AR MORSKOULED i Noz, noz tenval ; hanter-noz pe ouspenn. Daou emaint ’barz an ti, unan koz hag unan yaouank, gourvezet ouz eun daol prenvedet, graet an hanter anezi gand eur planken brein ha brevet, bet dislonket gand ar mor… O dremm vlevek ’zo kuzet en o daouarn monsek. ii Dagorn — hano an hini koz — a zav e benn ; sellet a ra ouz e genseurt : eur mousc’hoarz a darz war e vuzellou, mes e vousc’hoarz n’eo ket henvel tamm ebet ouz ar mousc’hoarz laouen a zav eus betek dounder ar galon. Ger ebet ne zeu er-maez e c’henou ; e dal ’gouez adarre war palm ledan e zaouarn hag e spered en e brederennou. Al lojeiz eo paour meurbed an diabarz anezan. Ouspenn an daol vrein ema an daou zen gourvezet outi, e weler e pep tu d'ezi eur skaon vezo talfaset gand eun oberour n’eo ket e vicher ober ze. Ha netra ken. E beder voger d’ezan ’zo sklerijennet dister gand eur c’houlaouenn-rousin, hag ar mogeriou, an holl draou, ha dremm an daou zen a zo lakaet ganti warno liou ar mergl, liou an devet. Rouejou, kerden brevet, neud rostet ha torret, sturiou didammet, tammou gwerniou, eoriou merglet, roenvou brein ha loueded, dilerc’h ar mor goude eur pense, a weler stranet war al leur-zi. Eur prenestr bihan, diwerenn, ’zo toullet er voger e tu ar c’hornog. Boutadou avel en em stard, en em wask en eur lammet dre ennan evit dont ’ barz an ti gant yud ha gant klemm. Ne weler er-meaz dre ar prenestr-ze nemet tenvalijenn dall. A vare da vare e teu eul luc’hedenn da doulla an denvalijenn-ze, hag e diabarz an ti sklerijennet splann e weler eul laouennidigez euzus o para war dremmou an daou zen. Eun dalm gurun !… Unan all, sec’h, krenn, ken na zrask frammou an ti ganti ha na gouez eun deolenn eus an dôenn… Klevet a reer c’hoarzadeg daou zen. — Dalc’h ’ta !…, dalc’h ’ta ! eme Dagorn, ken na darzo ar bed ganit ! Sellet a reont an eil ouz egile, hag o daoulagad, dindan sklerijenn kanvus an ti, a lugern, fromus, tan-limestr enno, evel daoulagad al loened gouez, pa zeu c’houez ar c’hig d’o fronellou gand avel ar gouelec’h. Sellet a reont an eil ouz egile, mud o zeod, o spered e lec’h all, mes digor-bras o diouskouarn… Selaou a reont… Er-maez an avel gwalarn a yud gant fulor, ken na voud evel eun arne e genou ar siminal, ken na storlok ha na zrask an nor ha na yud he mudurenn… Eun diroll, evel n’eus ket bet, a groz war ar mor. Tri devez ’zo m’eo marellet an dourioù gant steudennoù hirr a eon. Hervez lavar ar c’hlannidi, tregont vloaz ’zo, — memes ouspenn a gred d’ezo, — n’ez eus ket bet amzer ker rust. Dagorn e-unan, — boazet ouz an holl amzeriou fall hag eo anavezet gantan kement roc’h-chadenn treitour en em led hag en em guz evel aered dindan an dour da vare gourlenn, evit kregi er moraer pa zonjo an nebeuta. — Dagorn e-unan ne c’hell ket miret ouz ar gredienn da heja d’ezan e izili, pa zeu splann en e spered stad ar merdeïdi o vordeï dre an noz tenval, hep steredenn… Mes kerkent eun diaoulek mousc’hoarz skrijus a stenn d’ezan kigennou e javedou. — Gwell a ze ! emezan, gwell a ze !… Ken a ze !… N’eo ket gwir, Orvoen ?… Orvoen, an hini yaouank, a stouas e benn, evit rei da entent e lavare evel e genseurt. ⁂ Eun dalm gurun all, spontus, evel drailh ’barz an Nenv, ken na grenas an ti beteg an dounderiou, dennas Dagorn hag Orvoen eus o frederennou. — N’ec’h eus ket sonj, Orvoen ?… Dek vloaz ’zo breman pe war-dro. Eun diroll spontus war ar mor. Pas kement hag an nozveziou-man ; nann, n’eo ket lâret… Mes n’eus forz. Ne chome ket gwall-reiz ar mor, pegwir eun den koz pevar-ugent vloaz a lavare n’en doa gwelet a-hed e hirr-vuhez eur seurt amzer fall. An houlennou e-kreiz an deiz oa deuet da veza liou an denvalijenn warno gand ar c’houmoul pounner hag izel kouezet war o c’horre. Hag an avel a c’houeze ’ta !… N’ ec’h eus ket sonj, ’m eus aon ?… — Eo, Dagorn, koun mat am eus ’vel pa vije an noz diveza. An avel put a c’houeze, hag ar mor a c’harme ! An tornaot a stake kurunou en e geviou, hag eus al lanneier doun ha gouez gwezenn ebet warno, e save koulskoude eur c’harm skiltrus, souezus, eur c’harm skrijus. Ar mor, an nenv, an aod, an douarou, pep kev ha pep sklosenn a zave eus o c’hreiz eur c’hlemgann. Oh ! an noz-se a zo freaz aze, a reas Orvoen, en eur skei war e dal… Mes ne oan ket chomet ’vid ar pense : ne oan ket ’vit chom reut a-walc’h war va skasou gand an derzien vras a oa kouezet warnon, hag abaoe n’oun ket bet yac’h. — Me ne zizonjin biken ! a gendalc’has Dagorn… Gwelet a ran aze, dirak va daoulagad, ar bagou, al listri, ar reier hag… Oh !… An arne a zavas en eun taol-kont, hag a grozas ker buan hag ar gurun. Ar bagou, a oa neuze er-meaz, a zeuas bec’h d’o sturier, me lavar d’it, evid o lakaat da lammet e doare dreist an houlennou hag o derc’hel war hent ar porz. Gwasoc’h c’hoaz !… An noz a daolas war ar mor eun denvalijenn du-sac’h evel henoz, ha ni, — ugent vloaz ’oan neuze, — en em lakaas gant hor labour ! Eun tantad tan a sklerijennas ar wasa sklosenn ; hag ar c’holeou, tan-flamm e beg o c’herniou a yee hag a zeue war an aod, evit dihencha al listri hag o lakaat da vrevi war hor glannou. Ar sturierien a henchas o bagou hag o listri war-du hor sklerijenn treitour, ha p’o doe gwelet o stad, e oa re zivezat !… Ne oant mui reut a-walc’h evit stourm gant gounid ouz ar warreniii, ha, tri dervez goude, e voe kavet, war an Arvor-Bili, Fanch Kermeur, Youen Kouloc’h ha Yann Porodo. Heman, hervez tud desket Pont-’n-Abad n’oa ket bet e gourdadou Breiziz a ouenn ; eus eur vro bell e oant deuet kantvejou ’oa ; eus eur vro domm bennak, du-ze, an tu all d’ar bed… Ne vern !… Kouls hag ar re all e voe kavet, astennet war ar bezin, e zaouarn hag e chod gleiz hanter-zebret d’ezan gant ar c’hranked… Ker gwenn ha ker disliv e oant ha d’an dervez ma oant ganet… Ha kalz re all c’hoaz ’oa chomet ganto da gousket dindan ar memes linser. O bagou evel beskennou ’oa bet gwintet war ar groaiou… An hini a oa er penn d’eomp, ar Zalaun, pa glevas e oa kavet maro Yann Kermeur ha mignoned all d’ezan, a yeas e benn n’ouzon ket penaos. Pegwir ’oa deuet d’ar vered evit gwelet toulla an douar, ha hen da c’houlenn gand an douller : — « Ped ’zo nezo ? » Ha a-vec’h selaouet ar respont, e lakaas an trenchou war e skoaz hag ez ea d’o lemma war ar vreolim. — Eur penn-skanv, eme Orvoen. — Biskoaz reier Penmarc’h n’o doa gwelet war o c’horre preizer ker reut, ’c’heller kredi. — Ma oa tonket… — Tonket e oa !… Ouspenn ar bagou bruzunet, e teuas eul lestr-veur da zaoubenni war ar ribl. Hep truez, an holl dud, oa bet lazet… Ya ! an holl nemed unan !… Eur vaouez a c’hellas tenna e skasou… An dervez war-lerc’h, houman a gane war ar reier, penfollet. Breman ne weler anezi nemet a vare da vare, evel eul labous arne, kramennet he dremm, ken eo bet leshanvet Ludu gant moused hor glannou. Bepred e ve kavet e-lec’h ez eus eun darvoud da c’hoarvezout, eur c’hlemgann melkonius en he genou pe valloziou en hon andred-ni. Pa glever ema o tostaat, ar merc’hed a zerr prestik dor o zi gand ar spont, hag ar wazed a dro o fenn evit miret da welet an Asaoueriv o tremen… Ne oa ket peurachuet e gomzou gant Dagorn, pa voe klevet eur skrijadenn er-maez. — Labous an Ankou ! eme Orvoen… Diveza kenavo ar verdeidi a dremeno henoz ! — Naren !… n’eo ket labous an Ankou eo… Biskoaz n’em eus krenet ouz e glevet ; ha gand ar skrijadenn-man ’zo aet eur gredienn dre kement ezel ’zo ouzin. Eur youc’hadenn all a reas d’ezo krena, eur vaouez ’voe klevet tost, o kana : Mil malloz ru ! mil malloz ru !… Ar mor ’zo doun, an noz ’zo du ; Ar mor ’lïes a zo treitour, Hag a lonk ’lec’h an enebour ’Spenn eur mignon e-kreiz e zour… Mil malloz ru !… — Klevet a rez anezi, Orvoen ? — Re vat ! Eun derzienn ’red penn-da-benn va c’hein. — Me ’gav d’in n’eo ket ar wech kenta d’in d’he c’hlevet. Pelec’h ?… Pe vare ?… N’eus ket eur zonj re freaz, mes gouzout a ran… Ar vouez a gendalc’he : Malloz d’eoc’h-hu, malloz d’eoc’h holl !… « Ruilho glas-gwenn gand ar warren Tadou beuzet gand o mibien A vo klevet ’kreiz an diroll. « Pad ma kano war-bouez he fenn : « Malloz d’eoc’h-hu, malloz d’eoc’h holl !…» An hini foll. Orvoen a ziredas d’ar meaz. Den ebet !… Ar vouez a oa tavet krenn. Er-meaz na c’harme nemed an avel gwalorn. — Souezus eo, eme Orvoen ; n’oun ket mezo ha va spered ’zo ganen… Klevet em eus freaz, ker gwir ’vel m’emaoun aman ; n’oun ket dall kennebeut ha kaer am eus klask gant va daoulagad, ne welan tra ebet. Boulc’hurun !… mar n’eo ket eun asaouer !… — Eun asaouer ! eun asaouer !… eme eur vaouez er-meaz e-kreiz en denvalijenn. Ah ! ah ! Pebez burzud ! Biskoaz kemend-all ! Dagorn hag Orvoen a zantas o gwad en em zizounna en o izili. — Ginaouerien ! a gendalc’has ar memes mouez. Eun asaouer !… Ha preizerien dlefe klevet hano eus kement-se ? — Ah ! te eo a zigas evel-se ar spouron ganit, ar Mor-houc’h ? — Ya, ya ! me eo va-unan, eme ar Moc’h-houc’h gand eur vouez raouliet, — war-dro dek ha tri-ugent, emede, — me eo ! Em gwelet a ret gant va c’hig ha va eskern. Mes biskoaz n’em eus gwelet ar spouron o tont d’am heul. An daou preizer a zantas dizammet o diou skoaz. — Mes ar Mor-houc’h, emezo, n’ec’h eus ket klevet eun dra bennak tost ama ? — Ha petra ’ta ? — …Tre kichen, eme Dagorn… stok ouz an nor… Kasement… Hon daou eomp diredet er-meaz. — Hag e bet peus gwelet er-meaz ? — Netra ebet. — Mouez eul labous o vont e-biou. — Eur vaouez ’oa, m’ en tou ru, a lavaras Orvoen. — Ya ! eur vaouez, a gendalc’has Dagorn. He mouez n’eo ket dianavez d’in. Mar ne vefe ket… N’eo ket gwall neat ken, an traou em spered… Mar ne vefe ket ?… N’ec’h eus ket klevet anezi, Orvoen, o kaozeal ouz an hini foll… — Eus Ludu ’gaozee neuze ?… — Ya ! mes ma ne vefe ket hi he-unan ?… Eo, eo, hi eo. — Ludu ? eme an daou all. — Ya, ya ! Ludu, hi eo. Anavezet a ran he mouez. — Kana a ra evel-se, pa c’hoarvez eur pense bennak. — Neuze, a lavaras ar Mor-houc’h, n’eo ket fall. O klask an dra-ze emaomp. Eur pense… — Ya, mes, a eilgerias Dagorn, me garfe memes tra beza pell outi. N’ez eus tra vad da c’hounit ganti. Tavet oant o-zri. Eul luc’hedenn a faoutas an denvalijenn hag a sklerijennas an tri zen : ne c’hoarzent mui hag o zremm ’oa drouklivet. — Da-unan out deuet, ar Mor-houc’h ? Hag ar re all ? — Va-unan oun deuet. Ar re all a zo gand o micher, e-tal an Dorchen ha war an Arvor-Bili. Ni, ni ’yelo d’an Aod-Wenn. Loarer, eus Lechiagat, a zeuio ganeomp, ha paotred ar Gelvenneg asamez gantan. Hastomp buan ; n’eo ket aman ema hon lec’h. Deomp ’ta ! Ar re all a vezo holl araozomp-ni. — Tostaït ’ta, ar Mor-houc’h ha te, Orvoen. Eur bannac’hig hini krenv ’barz mont kuit… — Feiz ! eme ar Mor-houc’h, ne raio ket a zroug. Daou, mar karez. Mes founnus… Dispak, digas, hag ac’hann… — An diveza chopinad da bep-hini eo. Deomp ’ta d’an aod, da c’hortoz e vezo digaset d’eomp adarre kement-all. — Yec’hed da Zagorn ha da Zaelen ! a youc’has Orvoen, gant nerz e bemp vloaz warn-ugent. Emichans e vo kavet ’vid an eured hini kerkouls ha heman. — Roet ’vo d’it, Orvoen, mes n’eo ket ar mare da ober goap. — Droug a yafe e Daelen ma rafen goap ouzout… En eur werenn vras e vo roet d’eomp ? — E skudell ar mor e vo kinniget d’it ! Hag int er-meaz. O botou pounner dindan o bale lopezv a stok herrek ouz mein an henchou doun. Evel tud mezo ez eant dre ar garnouvi meinek ha tenval. — Boulc’hurun ! a yudas Dagorn, me garfe tarzi, mar deo gwir eo heman eun hent a feson !… Henchou ’vid ar C’hornandoned hag ar Gwrac’hidi — ma ’zo bet outo eur wech bennak — ne lavaran ket. — Bennoz d’an henchou-man, Dagorn ! a lavaras ar Mor-houc’h, pegwir eo abalamour d’ezo eo chomet didoull va ler betek-hen war va c’hein. Dre an henchou-man ne astenn ket ar maltouter e fri hag an tennou a ya dreuz. Eur skerijenn a darzas tost d’ezo. — Sell, eme Dagorn, n’em oa ket a zonj. Aman ema ti mab an hini beuzet dek vloaz ’zo… Yann Kermeur, a fell d’in lavarout. Ne garan ket nemeur tremen e-biou d’ezan. Koulskoude n’eo ket me… Ar Zalaun… mes n’eus forz ; gand ar re all e oan, hag… — Gwell a ze emaomp tri, a lavaras ar Mor-houc’h, en eur ziroll da c’hoarzin. Ha c’hoaz n’eo ket lavaret na zeuio ket eun tenn war hon lerc’h, ma ’z afe c’houez unan ac'hanomp betek toull e fronellou. Int a daolas eur zell, en eur dremen, e diabarz ti mab Yann Kermeur dre ar prenestrig diwerenn. Eur c’hreuzeul tenval ha pikous a sklerijenne an diabarz anezan. Ne zeue mouez er-meaz anezan. — M’en tou, a lavar ar Mor-houc’h, al loen ’zo aet war-benn hent da unan bennak ac’hanomp, rak n’eo ket ar breizerien livet eus ar brava gantan. N’eo ket tremenet an ti ganto c’hoaz, pa ’z a eur gredienn dre enno o-zri. En he zav, harpet ouz an talbenn, eur furm zu, eur skeud a darz eus an denvalijenn, sioul, difinv. Furm eur vaouez a gred d’ezo… Mes ne welont nemet he daoulagad luc’hus o para warno evel daou gef-tan. Sellou ar skeud a ya dre o c’hig hag a drouc’h hag a zev. Kerzet a reont gand o hent, founnus ha dilavar hep dizrei o fenn, hag ar skeud, difinv ha sioul, ema he daoulagad lemm o para warno gant tan ar gasoni hag an droukrans. Aet eur pennadig, ar Mor-houc’h en eur glask c’hoarzin : — Petra az peus bet en eur vont e-biou ti Kermeur ?… Me, evit ma lod em eus bet eur pouez a zaou c’hant lur war va diouskoaz, ken na c’houezan eur c’houezenn yen en eur zougen anezan. N’eus nemed ar Gwrac’hidi barrek da ober kemend-all. Me gave d’in e oa aet an diveza anezo da vro ar gozed. Ha te, Orvoen, petra zo digouezet ganit ’vit da lod ? Klaoustre ez eo bet staget da zeod ez kenou ! — N’ouzoun dare ; mes ar pez ’ ouzoun eo e astennis va skasou. — N’ec’h eus ket he anavezet ? — Nann ! — Hi eo ! Hi ! Ne lavaront ket muioc’h, mes kompren a reont eo Ludu an hini a zo kuzet e dounder an hent koz. — N’eo ket arouez vat ! a lavar Dagorn. War an aod, gwazed, merc’hed a c’harme, a bec’he, a valloze, a doue, a yude gwasoc’h eget bleizi, gwasoc’h eged ar mor hag an avel. Bugale zoken, uhel evel bodreou, a oa eno o teski o micher preizer. Evel gand eun dalm gurun e tregernas an aod penn-de-benn. Eur youc’hadenn hirr, gouez, a zavas eus skevent pep den. Eun tenn kanol a yudas a-gevret an holl glanidi. — Eul lestr ! eul lestr ! a yudas ar Mor-houc’h. — Eun lestr o vont da goll ! a youc’has Dagorn. Beza e oa en o mouez kasoni hag eul laouenidigez dispar. Koleou spontet, an tan bras war o fenn, a zaoulamm war ar bili ha ’mesk ar sklosou. Gwinta a reont o fenn a-drenv, darc’haoui a reont o c’herniou ouz ar reier evit laza an tan a lak o empenn da virvi. Hag ar flamm a zav bepred muioc’h-mui. Blejal a reont gand ar gloaz ; daoulammat a reont fuloret, pennfollet, betek ma kouezont war eur sklosenn, o zeod hirr er-meaz o genou hag o divesker torret… Mes war-lerc’h ar c’holeou a gouez, e teu dioc’htu re all, goulou all enaouet e beg o c’herniou ; tan hejet ha dihejet henvel ouz goulou eul lestr luskellet war eur mor digompez. Eur pennad goude, eur furm veur, branskellet gant fulor an diroll, a darz, a dosta, a dosta evel eul luc’hedenn, buntet gant nerz trec’h ar warren. Eur strakadenn efreizus !… Eur skrijadenn truezus ha hirr !… Arvest displeget buanoc’h evit ma c’heller e ijini. E-kreiz krozoll dirollet ar mor, klemmou, skrijadennou, pedennou, malloziou ruz… ha yourc’hadennou ha c’hoarzadeg a zav etrezeg an nenv. Eul lestr toullgofet a zo staget ouz ar sklosou, evel skoulmet ouz skilfou ar reier, ha war ar ribl eur bobl a yud, a yud… Ar forbaned a fellas d’ezo lammet evel bleizi war ar preiz-ze, digaset d’ezo gand ar mor ; mes ar mor fromus a vire da dostaat. Al lestr flastret, bruzunet, ar mor hen dalc’he gantan, evitan e-unan. Den ne c’hellas tostaat. Antronoz vintin, pa baras an heol war beg-douar Penmarc’h ha pa zihunas ar gear-veur, e oa reizet ar mor. Du-man, du-hont e chome war e gorre digompezik c’hoaz barrinier eon. Dagorn hag ar Mor-houc’h a oa o hano e genou an holl, mes den ne ouie da belec’h e oant aet na pelec’h e oant chomet. Mes, pa zavas an heol e uhelderiou an oabl, e kleved e straejou kear Penmarc’h eur reuz hep e bar. Tud, kalz tud en em vode en-dro d’eur vandenn verc’hed a oa-i aet da zevi bezin d’aod, hag a oa diredet d’ar gear, spontet. Ar merc’hed-ze a gomze diboell. Selaouet int gand eur souez bras meurbet : lavaret a reont ez eus war eur roc’h eul lestr, gwintet d’an nec’h, e diaraog digor hag e weler skrivet warnan : Penmarc’h-Veur. Penmarc’h-Veur, ar gwella lestr bet graet e Breiz-Izel !… Penmarc’h-Veur, aet eus ar porz eiz deiz oa - nemet Bretoned ennan - lintrus evel an heol ha glas evel ar mor, ha deuet aze rag ar porz da vervel, da veza bruzunet gand ar re a oa bet, meur a hini anezo, oc’h ober anezan. Ar merc’hed a gaozee, a gaozee spontet, hag a lake ar spont e kalon ar re a oa o selaou. Kavet ’oa bet Fanch Kermeur, eun niz da Yann Kermeur, an hini beuzet dek vloaz a-raok, ha gantan Beuzec, Kernus, Poullmac’h ha Drezen, tad Daelen, o-fevar eus Pont-’n-Abad, ha kant all c’hoaz eus ar vro !… An holl a zirede d’ar c’helou gand aon ha gant spont, evit gouzout petra ’oa deuet da veza eur mab, eun tad, eun niz a oa war al lestr veur… Daelen, ker koant en he femp bloaz war-nugent, an anken en he c’halon, a dostaas evel ar re all, aon ganti goulenn, aon ganti gouzout… Eun trouz bras a zavas eus mesk an dud… Eun den a zeu gant lez an hent, sko ouz an tiez, founnus, founnus evel eun diod. Kouezet eo e benn gantan war e vruched hag e gorf holl ’zo stouet. Kerzout a ra evel eul loen glazet gant gouli ar maro hag a zell ouz al lec’h m’ema o vont da goueza, difinv, diwadet, astennet evid atao. Daelen a ra he c’halon eul lamm en he c’hreiz ouz e welet ; sell Daelen ha sell an den a bar an eil war egile… Daelen a zav he diouvrec’h d’an nec’h, hag eun hano a glask pignat eus toull he gouzoug. Mes daoulagad an den-ze a zeve gant tan ar gasoni. Hep eur zell muioc’h ; hep eur ger, Dagorn a ya e-biou evel eun tenn. Ha den ne lavar ger d’ezan, ha den ne yud war e lerc’h : « Muntrer ! » ha den ne stlap mein gantan, treveliet holl o spered ha peur-spontet o gwad. Intanvezed Penmarc’h, aet da welet douari o gwazed, n’helljont ket mont d’o heul d’an iliz. Leun-tenn eo an iliz eus ar spled beteg an nor-dal. En em waska e reont e toull an nor o klask mont e-barz ; yudal a reont evel loened gouez. Neuze, en em taol-kont, spontus, herrus ’vel eur vengleuz o strakas, eus mesk an intanvezed e sav eur c’hoarzadenn skiltr : eürus, laouen evid eur wech, Ludu a strak he daouarn hag en em lak da gana. Dagorn, ar Mor-houc’h hag an holl forbaned all, den ebet ne welas al liou anezo goude-ze. Gand an amzer e teuas eur c’hevrinvii d’en em leda warno. Mes hirio c’hoaz ar c’hlannidi a zeu sonj d’ezo diouto, pa welont e-kreiz eur c’houmoul-arne o para skedus daoulagad difinv ar morskouled. BREC’HILLIEN PE AR « MANAC’H MOUGN » An amzer a oa bet tomm-ru… Heol bero mezeven a baras a-hed an deiz war an douar frailhet ; ha, d’an abardaez, dindan ar gwez uhel o delou difinv, an houc’h-gouez, gourvezet e-touez an drez hag ar spern, e fronellou digor frank hag o c’houesaat gant trouz, a vorede, e valvennou hanter-zerret, e vin astennet, o klask war al leton deltoni ha glebor. Pa dostaas an heol ouz an dremwel, skedus gant an aour hag al limestr − liou ar gwad − eun tammig mouestad a dremenas dre ar c’hoajou ; eun hurusadenn a vouskanas e skourrou al leinou. Eur gredienn a levenez a yeas penn-da-benn da gein an houc’h-gouez o tihuni. Sevel a reas e benn, hag e zaoulagad a jomas sebezet o gwelet dirazan hirraet skeud an dervenned. An abardaez a denvalae, bep eun tammig, goustadik, dindan an dervenned stank. Ar manac’h koz, war benn e zaoulin dirak ginou e geo, a oa o pedi evit e vreudeur, e ziouvrec’h astennet d’an daou du ken a grenent gant ar skuizder. Ginou ar manac’h a jome digor ha mud, met e zaoulagad a skeudenne, enno tan limestr ar c’huz-heol, a bare, daou gef-tan, etrezek an dounderiou moug. Gant pedenn ebet ne finve e vuzellou, met ouz gwelet kig e zremm stennet gant an anken hag ar strafuilh, e oa eas gouzout pegen dispar e oa ar bedenn a zave, d’ar mare-ze eus an deiz, diouz e galon o wada. Lugerni ha dourenni a ree daoulagad ar manac’h, hag e vleo gwenn, kurunennet e benn ganto ha livet aour gant bannou diveza ar c’huz-heol, a goueze dispaket war e ziouskoaz : tad glac’haret, tad ankeniet o pedi evit e vibien. Krena a ree e ziouvrec’h dinerz, met, pa stouent, e vijent kerkent, en desped da hop ar c’hig, astennet e kroaz gant eur galloud hag eun hernez gouez. Dre ma tostae an noz, e kreske ar gouyonder dindan skourrou ar gwez. Ar skourrou uhela a finvas adarre o deliou… An traou n’o doa mui skeud ebet, ha liou ebet bolz an neñv. Hag ar manac’h, e ziouverc’h astennet, a bede evit e vro hag e vreudeur, diloc’h, sounn evel eun delwenn. Hurusadenn ar gwez a davas… Mann ne ree trouz… Ar Grouadelez he doa tavet he mouez gant doujans, o c’hortoz eur burzud bras bennak. ⁂ — Hena !… An hekleo ne yeas ket pell da vouga. — Felenn !… Nemet ar memes hekleo, mann ne dregernas er c’hoad. — Liwarc’h !… Brec’hillien, ar manac’h koz, a hope evit an drede gwech evit gervel e ziskibien. — Gwaz d’ar Zaozon ! eme ar manac’h gant lorc’h. Hena, Felenn, Liwarc’h, n'eo ket deuet o anaon beteg ennon. Beo int, ha, ma ’z int beo, ema an trec’h, an tu ganto… Breiz, lavar d’az mibien, d’ar re vougn, d’ar re vac’hagnet, d’ar re goz ha d’ar gwragez, o deus douaret war glannou all gant heug ouz ar mac’her, e c’hellont adtreuzi an douriou… Dishual out evel kent ; war lein hor meneziou, hor gitoun gwenn a hijo adarre, da bevar c’horn ar vro, hon aerouant ruz… Tavet ’oa. An deiz a bellae, hag e skleur ar zerr-noz, ar manac’h-tasmant a denvalae ivez, evel eur C’hrist o pedi evit ar re a skoaz war an tachou. Eur boutad avel arne a yeas dre ar gwez, ken a strakas ar c’hoad penn-da-benn. Pep tra a deuas adarre da veza sioul meurbed, ken a gleved an deliou distaget o koueza war an douar. An diveza takad moug a varvas er c’hornog. D’an hanter-noz e tassonas ar c’hoad gant eun hekleo skiltr… Ar gurun… Tropelladoù koumoul a zirede diouz an dremmwell o taoulammet, bern war vern, buntet gant nerz an aveliou foll… An arne a dostae… Eun talm kurun a zrailhas an oabl… Ar gwez hijet, dihijet, gwariet, a c’houibane, a c’harme o leinou, ha, beb ar mare, eun trouz skiltr, drask, torr, reg ha kren-douar. Ar manac’h a jome da bedi, hep silaou yud an arne, hep santout ar glao a deuas da goueza evel dour stivell. ⁂ — Va zad, va gervel ’ec’h eus ?... Klevet em eus da vouez hag hanoiou va breudeur. Gouzout a rez ez int eat d’an emgann. Ar manac’h ne eilgerias ket anezan. — Va zad, a gendalc’has an diskibl youank, perak e oas o c’hervel bremaĩk ?... Daoust hag eo paret dirazout skeud hon emgannerien ?... An diskibl a oa tostaet. Brec’hillien a zistroas hag a zavas krenn. — Urien, a-berz piou out deuet aman ?... Skuiz out o pedi, pe dinerzet eo da ziouverc’h ha kignet da zaoulin ?... — Kredi a rean ez poa ezomm eus aked unan ac’hanomp, ha, pegwir ez eo eat ar re all... — N'eo ket en hon c’henver-ni e tleomp beza aketus : ar vro eo an hini he deus ezomm eus hor fedennou. Pedomp ! pedomp !... Bec’h a zo bet hirio, gouzout a ran. Mes n’eo ket gant ar c’hlezeier e ve gounezet en trec’h, en eur bedi ne lavaran ket... Gwelet em eus gwechall burzudou dispar : ar Vretoned, a oa kalz muioc’h anezo, o arsaillha gant kalon war an enebourien, o skei gant fulor an anevaled gouez... Pa baras al loar war an dachenn euzus, eun den hepken, ha mougnet, en e zav e-touez ar re varo, a zelle skeulfet, hag a zrailhe e vuzellou gant egar, o silaou ’barz c’houez an avel kan orged ha banvez. Hor brezellerien, tud kadarn ma zo bet, daoust d’ezo beza niverusoc’h, drailhet beteg an diveza hini !... Va dourn dehou a zo chomed eno da vreina... N’eo ket ar c’hlezeier a dalv... Red eo pedi evit dizrei diouz hon gouenn he Tonkadur garo... Kerz, va mab !... An arne a bellae, hag eur skleur a darzas en Nenvou. Edo Urien o paouez e guitaat, pa glevas Brec’hillien eur redadenn a-dreuz ar strouez : — Eun houc’h-gouez spontet bennak, kouezet eur wezenn talmet war e gein... Ouspenn aman emaint... Tostaat a ree an trouz... Klemmou a zavo, malloziou ha yud. N’eo ket moc’h-gouez e oant, na kennebeut loened all... O dismegans ! brezellerien Breiz o tec’het diouz an emgann ! Brec’hillien, ar manac’h koz, a zourennas e zaoulagad gant ar fulor hag ar vez. Kredi a ree edo e galon o vont da vouga gant ar gwad hag e benn da darza. — Tec’het a rit, emeza ; gwell eo tec’het eget mervel... Ouspenn en eun emgann oun bet... gwelet em eus izili ar Vretonned o koueza a-dammou. Ar re-ze ne ouient ket petra eo kila. Ar vuhez he deus talvoudegez. Tec’hit. E dounder eur gamboullenn bennak, e-lec’h na bar na heol na loar, it da guzat gant ar vez… Met e-barz an tenvala toull a gavfot, e welfot, eun devez, ar Zaozon war an treujou, rak, m’en tou, den ne vevo, mar jom beo ar mac’her. E gomzou a dassone evel talmou kurun. Ar vrezellerien a jomas eur pennad dilavar gant ar souez. — Brec’hillien, manac’h santel, a lavaras unan anezo, prim eo bet da deod. O redek emaomp, met ne dec’homp ket gant ar spont. Gwelet ec’h eus hon tadou o vervel war an dalbenn. Unanet int, tadou ha mibien. Eul lac’hadeg euzus a zo bet : ne jom nemedomp. Eul luc’hadenn a doullas an noz hag ar manac’h a welas e oant ruz gant o gwad. — Gwell eo ganeomp tec’het war-du an douarou : da netra e vije talvezet hor maro. Met diwanagi ne reomp ket. Mont a rimp, uhel hon fenn, da bevar c’horn ar vro, da c’houeza an droukrans hag an nerz e kalon an diveza Bretoned. — Kerzit ! a lavaras d’ezo Brec’hillien. Ra vezo benniget ho labour ! Hag ar manac’h, hep diwanagi ouz dasorc’hidigez Breiz a adgouezas d’an daoulin, gwasket gant ar rann-galon. Pedi a ree evit tec’h ar Vretoned. Ne oa ket maro tre an deiz er c’hornog ; pellaet ’oa an arne, hag e tu ar reter edo al loar o sevel. Brec’hillien a bede bepred… Met petra a ree d’ezan arne spontus pe oabl splann ?… Hen, mab d’eur roue, bet gwechall penn-lu e kement brezel a zirollas war an Enezenn, hen, gloazet, mougnet, eat d’ar gouelec’h, p’ edo didalvoud e gorf, da bedi noz-deiz evit buhez Breiz, ha gwelet hirio o tec’het an diveza brezellerien !… Red eo kaout nerz eun tu bennak, evit mirout ouz ar c’horf da goueza gant ar glac’har hag ar strafuilh. Ar manac’h koz a jomas ploum war e dreid. Met ma vije bet splann an oabl, e vije bet gwelet daelou o tarza dindan e valvennoù finvus hag o ruilha war e zremm ruskennek. E zaoulagad a baras war an Nenvou evit klask lenn enno Tonkadur garo e c’houenn. Eun trouz toc’hor a zavas eus e c’houzoug, dister evel klemm eur bugel : — Aotrou, emezan, peseurt torfed a bouez war hon diouskoaz ?... Perak e c’hellez lezel ar Zaozon da veza trec’h warnomp ?… Hon gouenn da azeule, met ne jom mui nemed bugale, gwragez ha tud mac’hagnet da stoui o fenn dirazout… Doue, gwad an aberz a blij d’it evit gwalc’hi ar bed, met ne gemerez nemet gwad ar c’halonou glan. Holl int eat davedout, hor gwazed kadarn, nerz hor bro... Oh ! laz ar re a jom gant an anken hag ar glac’har, ha mir ouzomp da welet dirazomp muntrerien hor gwazed, ha ruz c’hoaz gant gwad o zorfed ! A-us d’e benn, a-us d’ar c’hoad, uhel, uhel, ’barz an oabl digompezik c’hoaz, e kredas d’ezan klevet eur vouez glac’haret o lavaret : — Gant eur pok eo bet gwerzet mab an den. Silaou a reas… Trouz ’oa er c’hoad : youc’hadennoù skiltr evel yud ar bleizi. Tud e oant ; o mouez a grenvae, dre ma tostaent… E-touez c’hoarzadeg gouez ha youc’hadennoù euzus, an douar o tassoni, ha koad sec’h o strakal dindan kern ar c’hezeg. ⁂ — Ne fell ket d’it ’ta, manac’h gouez, lavaret d’eomp ec’h eus gwelet Bretoned o tremen ?… Ar manac’h, mud, ha sounn e benn, sklerijennet gant bannou al loar, a zelle ouzh ar Zaozon o-kreiz o daoulagad. — Kaoz ’ta, penn dir ! eme unan, o skei war benn Brec’hillien gant e c’hleze pounner. Komz a ri pe na ri ket ? — Krougomp anezan dre e dreid ouz ar skourr tosta ! eme unan all. Brec’hillien a jomas mud. Eun nerz birvidik a eüneviii d’ezan e holl gigennoù, hag e zaoulagad, o virvi gant ar gasoni, a bare e daoulagad an dud gouez. — Mud ’jomi ? eme eur bevare, o kas e varc’h warnan, ken a gouezas ar manac’h dindan kern al loen. Brec’hillien a zavas prim evel gant nerz e ugent vloaz. — Ar Vretoned a zo mad e-lec’h m’emaint, emezan, ar re varo hag ar re veo. Koun ar re varo a enaouo bepred en hor c’halonou an droukrans o vervel ; hag ar re veo, a re a dec’h, a grogo en ho tiadreñv, pa vo a sonj an nebeuta. Malloz d'eoc'h, mar ziskuizit dievez. Pep Breiziad a zo gedour-deiz, d’eun noz diboull ne lavaran ket, a vo enni skrignadeg ’met skrignadeg dent. — Petra ’lâr ? eme eur penn-lu, en eur starda gant e vorzedou e varc’h gouez digabestr… Mar guzez ouzomp eun dra bennak, e vi staget ouz ar wezenn aze, ha kement goaf a zo aman a vo ruziet ez kwad. Fellout a ra d’eomp gwalc’hi an douar-man eus roudou da c’houenn gwan, dinerz, mez ru ar bed… N’eo ket te a vo an diveza hini a vo lazhet !… — Nann, n’eo ket me a vo. Abarz nemeur, aman, bugale hor meneziou a lavaro : — "Aman a ziskuizas ar Zaozon !" — hag e tsitroin gant heug ; — "Aman a dinellas ar Zaozon !" — hag ar park ne vo ket marret ; — "Ar stêr-mañ a ruzias gant o gwad !" — ha ne evint ket ouz he zour… Lazit ac’hanon !… Met malloz d’it !… Beleg Doue oun. N’eo ket komzou, met spouron eo e teue eus e c’hinou. — Ma vije bet an holl Vretoned evel heman, eme er penn-lu d’e vrezellerien, ne vije ket bet gwall werzerien en o zuouez, ha ne vije ket bet brao dont a-benn outo ! Den ne eilgerias anezan. Ar Zaozon a oa moredet war o c’hezeg : n’o doa ket int kemeret ar boan da zont dioc’htu war-lerc’h an dec’herien… Nerz ar banvez, gant c’houez ar gwad en o dilhad, a zave en o fenn. — Ar Vretoned, am eus touet d’am doue laza beteg an diveza hini anezo, a c’hell breman tec’het e peoc’h. Tud mud ha diboell evit am hencha, ha kouskerien d’am heul !… Ma ! kouskomp aman… Eur pennad zo, ez eo eat an heol da guzat, ar gwenojennou a zo tenval… Met ’benn warc’hoaz, e vo redadeg a-dreuz, keit ha ma pado ar c’hezeg, hag hor c’hezeg-ni forbuet, e vo kavet kezeg all !… Ha te, manac’h, te a gousko henoz gant ar moc’h-gouez ; da geo a zo d’eomp ; ha, mar dout beleg eun doue, e vennigi hor c’housk. Lammet a reas diwar gein e varc’h, droug ennan. ⁂ E-barz ar c’heo emaint, bern ware vern, sterniet evit an emgann, hag o c’hlezeier stag outo. Trouz ebet er c’hoad nemet roc’h ar Zaozon, hag, a vare da vare, c’houirinadenn eur marc’h digabestr ha distag. Brec’hillien, eat ar c’housk pell dioutan, a gerz dre ar c’hoad, gant Urien, e ziskibl yaouank, e ziskibl diveza. — Lazet e vezimp warc’hoaz, mar domp kavet aman ! eme ar manac’h d’e ziskibl. Kerz pell ac’han, va mab ; tec’h gant ar re all, war du ar menezioù... Pa vo nerz a-walc’h en da ziouverc’h, ra zeuio sonj d’it eus ar manac’h mougn ! Ma eo red d’in chom aman evit hencha faoz ar Zaozon evit buhez ar Vretoned... Ha, pa vo gevier ar c’homz diveza a lavarin, n’em bezo ket aon da vont dirak va Barner... Mont a ra hag a zeu, e galon drubuilhet hag e benn o virvi. — Er c’heo emaint, emezan, kousket int. Ha n’em befe ket gounjer d’o laza ?... Beleg oun, gwad hor zalver hepken a dle skuilha va douarn... Breizad oun, ivez ; ezel eur vro doaniet oun ; ar vro mac’het eo va bro. Pep Breizad a zo gedour ha brezelour. N’eo ket dleet d’in o laza ?... — Met, va zad, en eur sponta ar c’hezeg ?... — An amprevaned a jomfe beo hag a yafe war droad war-lerc’h ar Vretoned, en eur laza e kement kear a vefe war o hent. Gwasoc’h a vefe... O c’hezeg ne reont van ouz an taolioù nag ouz moueziou an estren : ne anavezont nemet mouez o mestr... Red eo d’in o laza... Kerz ac’han, va mab !... — N’ez in ket... Ma varvez, ganit e varvin : kalon a-walc’h a zo ennon evit mervel evit va bro. Brec’hillien a zonje en e spered : — Kousket mat int : n’o devo ket a amzer da zihun ne da glemm... N’eus kontell ebet warnon evit o dic’houga !... O c’hleze a zo stag ouz o c’houriz... Na kontell, na kleze, na morzol !... Met en eun taol-kont, e paras eun heweledigez dirazan, evel eul luc’hedenn o regi an noz : diveza enebourien Breiz o en em stleja, o tec’het, o tiwadi a-hed o hent, hag o vervel flastret gant kern ar c’hezeg gouez. Brec’hillien a youc’has gant levenez. ⁂ Mont a reont dre ar c’hoad, Brec’hillien hag e ziskibl, peb a vec’h war o skoaz. E mezeven ne glasker ket keuneud evit tomma, nag evit sklerijenni pa bar al loar en oabl dizolo ; ne glasker ket kennebeut evit poaza traou er gouelec’h, evit daou vanac’h a zo eno ha ne zebront nemet frouez gouez ha gwriziou. Al loar a verk ouspenn hanter-noz, hag emaint bepred o daou o vont hag o tont dre ar c’hoad. War-dro hanter-noz hanter, sklerijenn eun tan-gwall a ya dre zindan ar c’hoad ruziet ganti korfou an dervenned. Flammou a zav uhel, ker uhel hag ar gwez, hag e-kreiz drask ar flammou, moueziou spontet, kounnaret, raouliet… ⁂ Ar Vretoned, o tec’het, a glevas trouz war o lerc’h : gwelet a rejont gant souez o tremen, tiz spontus warno, kezeg divarc’het ha moc’h-gouez pennfollet. ⁂ Ha, pa oa sioul ar c’hoad ha sioul ar c’heo, p’ edo ar flamm o vervel en e c’hinou, ha pa varve en e diabarz, gloc’horennou ar c’hig o tistana, eur manac’h koz a lavare d’e ziskibl, en eur pokat d’ezan : — N’eus mann evit gwalc’hi par d’ar gwad ha d’an tan !… TAN WAR C’HORRE KEMENEZ Eun ugent vloaz bennak abaoe ma rede mor etre Konk-Leon hag ar Garreg Du evit kas ha degas gedourien an tour-tan, biskoaz n’en doa ar C’herfriden kavet da enebi, kement hag an devez-se, ouz an amzer fall. Hag ouspenn, gant eur vorenn Kerzu o tiskenn, e nozas gwall abred, ha ret e oa d’ar moraer teurel ar brasa evez evit loveal dizroug etre ar sklosennou ha sklerijenn an taniou. Setu ma ne c’hellas ket, daoust ma savas c’hoant d’ezañ, distrei diouz e hent war an distro, ha lakaat penn war enezenn Gemenez a save diwar he gorre en noz o tont, evel ruzelennou eun tan-gwall. Ne c’houlennas ket digant e vab, gourvezet war eur fard kerdin e diaraog ar vag, petra ’ dalveze an tan war c’horre an enezenn, rak ne ouie ket hiroc’h egetañ, na digant ar gedour a zegase da Gonk, rak ouz e welout alvaonet, e oa aes d’ar sturier gouzout e oa hini anezo o-zri evit ober d’eur goulenn eur respont dereat. Sellout a rejont an eil ouz egile, souezet, ha pa ne gomze den, hini ebet ne c’houlennas tra. Kerfriden, evelato, a oa heskinet e spered ha, panevet an houlenn o stlakal ouz beg-araok ar vag hag ar vag o vont war he c’hant gant bountadennou avel er goueliou, e vije bet moredet e zourn war loc’h ar stur. Goude ma voe aet a-ziwar weled enezenn Gemenez, evel eul lestr, an tangwall enni, o c’houeledi er mor, ar gedour a lavaras : — N’emañ ket enaouet gwall-bell ’zo an tangwall, rak ar mintin-mañ e oa sklaer an amzer, hag eus lein an tour-tan, de hol luned, n’hon eus-ni merzet tra. Ne ouie ket muioc’h an dud war-lerc’h ar c’homzou-se. Kerkent ha ma erruas ar vag e porz Konk, Kerfriden a gemennas d’e vab eoria anezi tost d’ar c’hal ha kemer al levneged, pesketaet e-tal an tour-tan, — eno e vez kavet al levneged ar saourusa, — evit o c’has d’ar gêr ; hag heñ a yeas war-eeun da di an archerien. Eus an tornaod, an archerien a glaskas en aner gwelout tan du-hont er mor. Edo an noz o kloza hag a-boan ma wele al lagad pelloc’hik eget tan-difiñv Kermorvan. Soñjal a rejont e oa eun tangwall. Antronoz vintin e teuzas ar vorenn, hag enezenn Gemenez a darzas en dremmwel, izel ha noaz, evel eur pesk o neui war c’horre an dour. Na tan na mogedenn war he gorre. Kerfriden a soñjas neuze, evel m’o doa soñjet an archerien, e oa bet neizeur eun tangwall hag e oa bet devet spis ha raz ti an itron Foll. Teuzet ar vorenn ha reiz ar mor. Hogen war-dro kreisteiz, pesketaerien o tiskenn er porz evit mont da lakaat en dour kevell kranked, a welas eur vogedenn war c’horre Kemenez hag e-kreiz ar vogedenn flammouigou par da elfennou, a-bell. Gwall nec’het en em gavas an archerien. Hep mar ebet, e oa c’hoarvezet darvoud e Kemenez, rak tan war c’horre an inizi, a zo evel ar banniel du war lein an touriou-tan, hag a ro da c’houzout eo c’hoarvezet eur gwall zarvoud bennak. Mestr an archerien, ar wech kenta d’ezañ klevout ano eus seurt tra, ne ouie ket gwall vat petra ober, mont da Gemenez pe chom hep mont, pa voe gwelet eur vagig he goueliou digor o tont eus tu an enezenn. Bag ar Foll an hini oa. An itron Foll brudet en holl inizi, a veve gant eur mab nemetañ, e Kemenez, gant eun ugent beziner bennak, lakepoded ha forbaned deut di da labourat pell diouz archer ha barner. PEC’HED MARVEL GREGOR KOGAN Ken fall e oa bet a amzer e-pad an hañv, ma oa bet aotreet d’an dud diwar ar maez medi, eosti ha dourna d’ar suliou ha d’ar goueliou-berz. Stoket ha pladet e oa bet an ed gant ar glao hag an avel, hag e meur a gêr, dre ma ne azve ket ar greun, e chome c’hoaz parkadou da drouc’ha. An ed medet ha dastumet hep beza eostet-mat a louede hag a vreine, greun ha kolo, er gwrac’hellou e-tal al leuriou. En aner e c’hortoze ar verourien eur barradig heol evit dourna. Eur serr-noz, evelato, an oabl digoabrenn er c’huz-heol a ziouganas amzer a zoare evit an deiz war-lerc’h. Ne oa ket diougan a amzer gaer, rak eur ruzelenn a riblennas an dremmwel a-us da Venez-Hom, goude aet an heol da guza. Diougan avel, avat. Ar verourien a gasas eta ar vevelien d’ar c’hêriou tro-dro da bedi ar wazed dieub da zont da zourna an deiz war-lerc’h. Hogen gant ar pres ne veze ket kavet kalz a wazed dilabour ; holl e oant bet pedet pe da vedi pe da charreat pe da zourna. Tenn e vo eta al labour, an deiz war-lerc’h, er parkeier evel war al leuriou. Tomm e vo d’ar c’hezeg ha d’an dud. An deiz war-lerc’h a oa gouel Varia Hanter-Eost. Beure mat e rede ar mederezed penn-da-benn ar parkeier hag e roc’he war al leuriou an dournerezed strapennet sizunveziou ’oa. Gregor Kogan, graet gantañ e labour sul vintin evel kustum : skrivella ar c’hezeg, leunia a foenn o restell, skuba ar gouzi diwar darou ar marchosi, a sellas gant souez ouz Saik ar Mokaer, e vestr, pa voe kemennet sternia ar c’hezeg goude o doura. Gregor Kogan a nac’has chom da zourna da c’houel Varia Hanter-Eost. E porz Pennavern, e tegouezas abred mevelien deut eus Kerunkun, eus Torr-ar-Menez, eus Lanurgad gant o c’hezeg hag o c’hirri. Ar wazed a zouras o c’hezeg en neo-buñs. Gregor Kogan a skarzas goude an neo hag a riñsas gant palv e zourn glaour al loened chomet stag ouz ar maen. Tenna ’ reas diouz ar puñs eur c’helorniad dour fresk, hag e walc’has e gorf noaz betek e zargreiz. — Gregor ! … Diouz al leur, Herve, mevel bras Lanurgad, eur mignon, a hope d’ezañ, hag a c’houlennas digantañ perak en em gempenne ken spis a-raok dont e-kreiz ar boultrenn hag ar pell da voueta an dournerez. Gregor ne respontas ket. Ar Mokaer, mestr bras Pennavern, teo ha ruz e benn ha re lart evit ober labour start, a yae hag a zeue dre al leur, eur c’horfad droug ennañ. Mevel bras al Lanurgad a hopas : — Poent d’an dournerez mont en-dro. Piou a voueto ? — C’houi, a lavaras d’ezañ ar Mokaer. — N’eo ket d’in da voueta an dournerez, rak Gregor Kogan a zo mevel bras war leur Bennavern. — C’houi a voueto, eme ar Mokaer. Hag e chomas a-sav dirazañ ; ha gant eul luchadenn : — Daoust ha koumanant bras hoc’h eus e Lanurgad ? — N’eo ket re vras en holl, a respontas Herve. Perak, avat, e c’houlennit kement-se diganin ? Ar Mokaer a vousc’hoarzas, hag en eur rei eur frapadenn d’ezañ war e skoaz : — Hizio, emezañ, e vouetaot an dournerez, hag e viot ar mevel bras war al leur, e Pennavern. Hogen, ar baotred a lavare etrezo : — « Gregor Kogan en deus nac’het labourat da c’houel Varia Hanter-Eost ! » Neuze Herve a gomprenas. Lavarout a reas d’ar Mokaer : — N’em eus ket koumanant dreist e Lanurgad. Hogen adkoumanantet em eus evelato evit gouel-Mikael kenta. Ar Mokaer a droas kein hag a hopas d’an tucher : — Lerenn d’ar c’hezeg ken na zrasko an dournerez ! Kleier Landremel a dregerne o mouez a-us d’ar parkeier ha d’al leuriou dourna evit gervel d’an oferenn. En hentou, avat, e oa rouez ar gristenien. Eur gwaz hepken a oa o vont gant an hent bras war-du Landremel : Gregor Kogan, mevel bras Pennavern.