Marvailhoù ar geriadur Troude Tennet eo ar c’hontadennoù-mañ eus an Nouveau dictionnaire pratique Français et Breton, embannadur 1869, savet gant ar c'horonal Troude. Marteze eo Gab Milin oberour Benedisite hag Ar paotr Laouik hag an aotrou Doue. AR PAOTR LAOUIK HAG ANN AOTROU DOUE E Plougerne gwechall-goz e voa o choum eunn intanvez hag e devoa tri baotr, iaouankik ho zri c’hoaz. He goaz, labourer douar, a voa maro, ann den keaz, oc’h ar boan. Ne voa ket gwall bell abaoue c’hoaz, ha brema, evel a c’hellit kredi, ann intanvez paour-ma e devoa dienez muioc’h evit ne devoa bet araok ; ne veve hi brema hag he bugale nemet dioc’h kaloun vad ar gristenien ho devoa truez out-hi. D’ar c’houlz-ze, ann dud a voa mad oc’h ar paour, hag hed ar weach int bet, evit doare, enn hor bro. Goude daou pe dri bloaz. paotr kosa ann intanvez pa voe great he baskou gant-han ha p’en devoe paket he drizek vloaz, ann holl tro-war-dro a lavare d’he vamm e voa mall braz d’ezhi lakaat anezhan da ober eunn dra pe zra euz he gorf. Ann intanvez-ma a wie ervad e voa gwir kemend a lavare ann dud d’ezhi, hag eunn dervez hag hi mont ha komz oc’h he vap ha lavaret d’ezhan e voa diwar eur mare mez d’ezhan choum da veva diwar ann aluzenn, ha bez’ e tlie mont brema da labourat evit gounid he vara. — Ne c’houlennann ket gwell, va mamm, hag o c’hortoz edonn ma komsjac’h ouz-in diwar-benn ann dra-se evit mont da vale bro, rak marteze e vezinn eurusoc’h evit choum dre ama. — Kea, pa gavi mad mont. eme he vamm, me ne virinn ket ouz-id ; karet em bije avad rei d’id eur gwennek-bennag ha n’em beuz liard na diner evel a ouzoud. N’es pezo eta, va map, nemet eunn tamm bara. — Mad ! va mamm. eme ar paotr ; marteze a-benn ma vezo debret, em bezo kavet eunn tamm-bennag all. Hag ar paotr neuze ha lavaret kenavezo d’he vamm ba d’he vreudeur, hag enn hent. Eur pevar dervez-bennag a reaz gant he vara, ha ne zebraz ket leiz he gof bep pred ; ne zebraz nemet evit beva ha choum enn he zav. War benn ar pevare dervez, dioc’h ar pardaez-noz, ar paotr, ne wie nag hent na gwenodenn, a en em gavaz e-kreiz eur c’hoat. O welet ann noz war he gein hag hep gouzout da be leac’h mont, ar paotr a gerz evelato araok enn eur lavaret : — Marteze e kavinn ti dre ama. Setu m’en doa lavaret gwir, rak a-benn eur pennadik goude hag hen ba gwelet eur goulou dira-z-han. Tostaat a ra oc’h ar goulou, hag en em gaout hep dale dirak eur maner. Hep marc’hata tamm, he-man dioc’htu a sko war ann or. Eur plac’h a zeu da zigeri : — Piou oud-te, paotr, a c’houlenn hou-man out-han ? — Me, eme-z-han, a zo eur paourik keaz n’en deuz na ti na netra d’am golei nemet toenn ann noz ; pevar dervez zo ez ounn eat euz ar gear, en em gavet ounn er c’hoat-man d’ar pardaez hag e karfenn kaout digor, ma ve gallet, rak ne d-eo ket ebad beza er-meaz, ker ien ha ma’z eo anezhi. — Netra avad, eme ar plac’h. Mad ! deport eur pennad, me ia da c’houlenn digant ar mestr ha da loja a raio. Hag ar plac’h ha mont, ma lavaraz ar mestr d’ezhi digas ar paotr enn ti ha rei d’ezhan eunn dra-bennag da zibri. Bez’ e c’hellit kredi ne voe ket lent ar paotr da vont ebarz pa voe lavaret d’ezhan, ha ne reaz ket a bismigou ivez evit staga gant ar pez a voe lakeat a-zira-z-han, rak pellik a voa n’en devoa ket bet leiz he gof. Epad ma’z edo o tibri, ar mestr a ziskennaz oc’h traon hag a c’houlennaz ouz ar paotr piou a voa hag euz a beleac’h e teue. — Me, eme-z-han, a zo mab eunn intanvez paour euz a Blougerne, ha pevar dervez zo ounn eat euz ar gear gant asant va mamm da glask gounid va zamm, pa’z ounn en em gavet enn noz-man er c’hoat a zo aman. — O klask labour emoud ’ta, eme ar mestr ? — Ia da, ne c’houlennann ket gwell. — Mad ! mar kerez e choumi ama hag es pezo kant skoed er bloaz evit da goumanant ; e vezi bevet ha gwisket ouspenn. Evit ann dra-ze ne vezo ket braz al labour az pezo da ober. Me am beuz aze eunn azen em c’hraou, n’es pezo nemet mont da gas anezhan da ober eur bale, pell a zo n’eo ket bed er-meaz, ha pa vezi diskuizet a-benn daou pe dri dervez ama, ez i gant-han. Arabad e vezo d’id avad sacha morse war he gabestr ; lezel anezhan a ranki da vont el leac’h ma karo, rak mar tennez war he benn m’her gouezo abred ha neuze me da laosko da vont kuit ha n’as kemerinn mui. Brema gra evel a giri. — N’ho pezet aoun e-bed, eme ar paotr, ober a rinn ar pez a fell d’e-hoc’h. ne d-eo ket diez. Sada breman ar paotr. debret mad he goan gant-han, ha kaset da gousket enn eur gwele plunv. Morse c’hoaz n’en devoa kousket enn eur gwele ker boug ha ken kunv. Antronoz he-man, Paol he hano, a zavaz goude beza kousket bete pell ann deiz, ha pa voe diskennet ouz traon, ar plac’h a lavaraz d’ezhan kempenn dillad ann aotrou hag he voutou ivez. Paol a reaz dioc’h-tu, ha pa veze peurc’hreat he labour, bep tro e choume da zellet ken a lavare adarre ar plac’h d’ezhan ober ann dra-ma pe ann dra-hont. Tri dervez a dremenaz eno er c’hiz-ze ; d’ar pevare, ar mestr a c’halvaz anezhan d’he gaout : — Asa, eme-z-han, va azen a zo a-ze skuiz enn he graou ; bevet mad eo evit gwir, evelato ne d-eo ket a-walc’h, rak o veza ne d-eo ket bet pell a zo er-meaz, e tle beza sounnet he zivesker out-han. Te avad, va faotr, a zo diskuiz brema, laka ’ta ann dibr war he gein hag ar c’habestr a gavi er c’hraou enn he benn. Sad’ ama d’id eur vouchenn vara gwenn, daou lur gik-moc’h hag eur voutaillad win, rak marteze ann azen-ma, o veza n’eo ket bet pell a zo er-meaz, ne falvezo ket d’ezhan distrei d’ar gear fenoz. Dre-ze e lavaran d’id c’hoaz lakaat evez mad da choum hep sacha war e benn ; n’eus forz e pe-leac’h ez aio, lez anezhan da vont atao ; ma n’her laoskez ket, me a c’houezo ha da gaso kuit. — Ober a rin, aotrou, eme Baol. Hag he-man neuze, goude lavaret kenavezo, a bign war gein he azen hag a ia ac’hano. Al loen-man, laosket da vont, a ia war he ourzig, evel ma voa boaz ; ne choum e neb leac’h avad, bale a ra atao, hag evitan da vont goustadik, en devoa great evelato eur pennad mad a hent a-benn kreisteiz, pa en em gavchont paotr hag azen, gant eunn den paour keaz koz daou-bleget ha kroummet beteg ann douar, he varo hirr ha gwenn-kann evel eunn duillad lin. Ann hini koz, dioc’htu ma welaz ar paotr Paol, e vara dindan e vreac’h gant-han, a dostaaz en eur lavaret : — Eunn tammig bara, mar be ho madelez, abalamour da Zoue ? — Rei a-walc‘h a rafenn eunn tamm deoc’h, den koz, eme Baol, ma c’houfenn pegeid e ve va azen oc’h ober e dro ; dre na c’houzounn ket ha dre n’am beuz bet dienez a-walc‘h beteg-henn, ne garfenn ket kaoud adarre, hag e kavann gwelloc’h choum heb rei tamm e-bet d’e-hoc’h, den koz, bete gouzoud. — Mad ! va faotrig, kenavezo neuze ! Hag ann den koz ha mont kuit, eunn druez he welet. Ann azen a valeaz ato heb choum da ehana e neb leac’h. Eat pell ac’hano, ec’h en em gavchont dirag ar mor, hag ann azen ha diskenn dioc’htu enn aod, ar paotr war e gein ato ; souezet-maro e voe, pa welaz anezhan o vont er mor. — Emichans, eme Baol, ne d-aio ket pell ebarz, evit-han da veza sot, rak beuzet e ve. Ann azen-ma a iea, a iea ato, ha dare e voa da vont war neunv, pa zavaz aoun gant ar paotr : — He-man, eme-z-han, a zo sot, ann azen-man d’ann aotrou, ha mar lezan anezhan da vont da heul he benn, e vezo beuzet ha me ivez gant-han. Mar fell d’ezhan mont da veuzi, me ne fell ket d’in, ha gwelloc’h eo gan-en tenna war e benn ha beza kaset kuit. Gwaz a ze ! — Hag ar paotr Paol neuze hag ober eur zachadenn grenn war benn ann azen a zistroas dioc’htu war e c’hiz hag a ieaz war-eeun gant-han dre ann hent ma voa deut. Azen ha paotr distro, ar mestr a ziskenn d’ho c’haout hag a lavar da Baol : — Amzent oud bet ouzin, ha breman, evel am beuz lavaret d’id, ez i kuit ac’halen, rak tennet es peuz war benn ann azen ; anez, ne vije ket distro ken abred. — Gwir eo, eme Baol, sachet em beuz war e benn o veza ma’z ea re zounn er mor ; beuzet e vije bet ha me ivez gant-han. — Mad ! eme ann aotrou. Sad’ aze kant skoed a zo da goumanant, hag ann dillad am beuz roet d’id hag a zo gan-ez. Kea brema d’ar gear pe e leac’h all ; te raio da c’hiz. Evid-oun-me n’em beuz mui ezomm e-bet ac’hanoud hiviziken. Setu ar paotr ha kemeret e gant skoed, ha d’ar gear gant-ho, heb lavaret zo-ken bennoz Doue. Pa en em gavas er gear, ne voa netra en ti, na gwennek na bara. Prenet e voe dioc’htu peadra da veva, hag endra ma padaz arc’hant Paol, ne voe ket a ziouer. Etretant ar paotr a lavaraz d’he vamm ha d’he vreudeur petra a oa c’hoarvezet gantan penn-da-benn. — Me, eme-z-han, a voa en em gavet mad eno, ha choumet e vijenn bet c’hoaz panefe ann azen a voa bet roet d’in da lakaad da vale. Ann aotrou en doa lavaret d’in e voa arabad tenna morse war he benn, hag evelato me am beuz great hag a zo bet kaset kuit evit ann dra-ze. — Te, eme e vreur eil gosa, a zo bet eunn diod, ha mar kar va mamm va leuskel-me da vont ivez, me a raio kement tra a vezo lavaret d’in gant ann aotrou-ze, rak ne gredann ket e ve eunn dra ziez choum hep sacha war benn eunn azen, pa vezer war e gein. — He-man, a reat Bastien anezhan, a lavare ann dra-ze dre na ouie ket petra voa bet c’hoarvezet gand e vreur, rak he-man n’en doa ket ansavet e voa bet eat ann azen er mor gant-han. Sada neuze hag ar vamm ha lezel he eil mab kosa da vont enn hent ivez d’he dro. Bastien a ieas evel pa lavarfet war roudou e vreur Paol, hag a-benn tri pe bevar dervez, muioc’h pe nebeutoc’h, ec’h en em gavas ivez er c’hoat dioc’h ann abardaez ha mont da c’houlenn loja er maner. Evel e vreur e voe degemeret ha lavaret d’ezhan gant ar mestr choum, mar karje, da gas ann azen da vale. A-benn pevar dervez abaoue ma’z edo er maner, e voe kaset da vale he azen, gant difenn mad great d’ezhan adarre choum hep sacha war e benn. Eur vouchenn vara gwenn, eur voutaillad win hag eur pez kik-moc’h da zibri enn hent a voe roet d’ezhan evel da Baol, ha setu ar paotr Bastien o lavaret kenavezo ha kuit, a-c’haoliad war e azen. — En em gaout a ra ann den koz da c’houlenn eunn tamm bara digant-han ivez ; Bastien avad a lavaraz d’ezhan : — Bez’ ho-pezo eunn tamm, tad-koz, enn distro e-verr, m’am beuz bet re. Da c’hortoz me a ia enn hent gant va azen. — Hag ac’hano. Ann azen a ia, a ia ato, a gerz etrezeg ar mor hag ebarz heb marc’hata pa en em gavaz enn aot. Bastien, nec’het o welet e azen, a lez anezhan da vont evelato. Eat e voa pellik dioc’h ann aot ha tostik e voa da vont war neunv, pa grog aoun e Bastien na ve beuzet. Eur zachadenn a ra war benn ann azen, hag he-man a zistro dioc’htu d’ar gear. Ar mestr, war c’hed anezhan, p’her gwelaz o tistrei ken abred, a lavaraz : — Ne d-eo ket bet pell da dro, paotr, m’eus aoun n’as pe sachet war benn da azen. — Ia da, aotrou, eme Bastien, great am beuz. — Mad ! sad’ aze neuze da gant skoed, ha kea kuit, me n’am beuz ezomm e-bed ac’hanoud mui. — Hag ar paotr d’ar gear, hep trugarekaat kennebeud hag e vreur, he gant skoed en he c’hodell gant-han. Pa en em gavaz e Plougerne, e voa debret ar c’hant skoed kenta heb na voa choumet na gwennek na netra. — Mad ha brao ar stal c’hoaz gan-e-omp, eme Bastien ; sada kant skoed all ; endra bado ar re-man, e vezo boed da zibri ! — Ma voe kerc’het kement tra a voa ezomm da gaout. E-pad ma’z edont gant o fred, ar map kosa a lavaraz d’he vreur : — Ahan ’ta ! me gave d’in e tliez beza furoc’h evid-oun ; ne d-oud ket bet, me wel. — Nann da, hevel tro, evit doare, a zo en em gavet gan-e-omp, eme ann eil. — Mad ! eme Laouik, ar iaouanka euz a dri baotr ann intanvez ; neuze, mar kar va mam va lezel-me da vont ive brema d’am zro, e vezo gwelet ha distrei a rinn-me ker buan. Me gav d’in e rinn n’euz forz petra a vezo lavaret din da ober.  — Te, eme ar vamm, a zo kalz re iaouank c’hoaz evit mont keid all dioc’h ar gear ; sad’ aze n’es peuz nemet eiz vloaz c’hoaz. — N’eus forz, va mamm, va list atao da vont ma vezo gwelet ha ne rinn ket gwelloc’h evit va breudeur; evit c’hoant ober am beuz. — Penaoz e rafez-te, Laouik, ker bihan ha ken dister ha ma’z oud ? — Gwir eo, va mamm, ez ounn bihan ha dister, evelato arabad eo d’e-hoc’h lavaret n’ounn ket den a-walc’h evit mont di, rak ar re vihan a c’hell aliez kaout penn ha kaloun kement hag ar re vraz, ha muioc’h zo-ken a-wechou. N’eo ket lavaret a zo a-walc’h er bed-man, ober a zo gwella, ha me, va mamm, a rank mont, ha pa ne ve nemet evit diskouez n’ounn ket eur gaouiad. — Mad ! mad !, eme ar vamm, pa fell d’it mont war-lerc’h da chans, kea, Laouik ; Gwell eo d’it ive marteze evit choum ama da vervel gant ann naoun.  Setu Laouik neuze o kimiada dioc’h e vamm hag e vreudeur, hag enn hent, err war-n-han, endra c’helle ar paotrig keaz. Eunn tamm bara du a voa eat gant-han ivez e korn he c’hodell evel gant e vreudeur. Kerzet a ra brema dre ann hent ma voa eat Paol ha Bastien ; kaer avad en devoa astenn gant tiz e zivesker bihan ha skei mibin gant he zaou droadik enn hent, e voe pelloc’h o vale evit na voa bet he vreudeur. En em gaout a reaz evelato gant ar maner, noz-du anezhi, ha ker skuiz ouspenn ma voa bihan. Ne c’hellaz ket tizout na tost zo-ken beteg morzol ann nor. Petra a ra neuze Laouik ? Kregi enn he votez-prenn ha darc’hai gant-hi da c’hervel unan bennag. Ar plac’h a ziredaz d’ann or hag a voe mantret o welet eur paotrik ker bihan all. — Petra a glaskez, bihanik, eme-z-hi ? — Beza lojet, m’ho-pefe ar vadelez. — Kredi a rann e vezi. Deuz atao ebarz, me a ia da c’houlenn digant va mestr. — Hou-man, eat d’al laez, a lavaraz d’ezhan : — Ouz traon du-ze ez eus eur paotrik bihan ha iaouank flamm a zo deut da c’houlenn digor.  — Gortozit, eme ann aotrou, ma’z inn va-unan da welet petra eo. — Hag hen ha diskenn ; ha pa welaz Laouik ec’h anavezaz raktal e voa eur paotrik mad. — Plac’h, eme ann aotrou, kenta a zo da ober eo rei d’ezhan da goania gwella ha ma c’hellot, rak ezomm braz en deuz ar paourik keaz, me wel ! Ha pa vezo debret mad he goan gant-han, e kasot anezhan d’he wele, rak skuiz eo ivez hag ezomm da ehana a dle da gaout. — Ar plac’h a reaz affo kemend en devoa lavaret ar mestr d’ezhi. Laouik a zebraz natur he goan en eur drugarekaat Doue hag ann aotrou a voa ker mad oc’h ar re vihan. Eat d’he wele, ar paotr a zelle enn-dro d’ezhan hag a gave ebad beza gourvezet eno e-touez ar plunv. — An aotrou-ze, eme-z-han, a zo pinvidik-mor, evit doare ; gwell a ze, rag mad eo ivez oc’h ar re baour, ha me a gav d’in e ra mad ann aotrou Doue rei danvez d’ar re a zo truezuz ha karantezuz oc’h ar re reuzeudik. E-pad ma troe ann traou-man war e spered, gwella ma c’helle, Laouik en em roaz da gousket ha ne zihunaz ken na voe antronoz vintin. Dioc’h-tu ar paotr a ra eul lamm er-meaz, en em wisk hag ouz traon. Pa’z eaz Laouik er gegin, edo eno ar plac’h, ar pod gant-hi war ann tan. — Bremaik, eme-z-hi, e rankann mont da gerc’heat keuneud. — Da beleac’h, eme Laouik. Lavarit d’in, ha me a gerc’ho deoc’h. — Aze emint er porz, gwelet a rez, eme-z-hi enn eur ziskuez d’ezhan. — Mat eo, Me a ia da gerc’had kement hag ho pezo ezomm, ha pa ve da garga toull ar geuneudok e ve. — Ma voe laouen ar plac’h ; na petra ’ta ! Pa voe echu al labour-man gant Laouik, e c’houlennaz oc’h ar plac’h petra e devoa c’hoaz da ober. — Pa c’houlennez, va faotr, eme-z-hi, aze ez eus bouteier-ler ha dillad louz da gempenn, mar kerez. — Deut anezho d’in, eme ar paotr, ma welinn. Hag ar plac’h ha rei ar bouteier hag ann dillad, a lavare da Laouik. — N’eo ket diez, eme-z-han, ann traou-ze da netaat. — Gra, va faotrig, pa fell dit. — Ha setu Laouik dioc’htu da staga gant he labour ; hen ober a reaz hag ober mad zo-ken heb beza pell c’hoaz, rak he-ma, pa rea eunn dra, n’eo ket ober ann neuz eo a rea. Setu ma plije kennan d’ar plac’h. Ar mestr a ziskennaz eur pennad goude d’ar gegin hag a c’houlennaz oc’h ar plac’h : — ac’hanta ! penaoz e kavit-hu ar paotr-man ? — He-man, eme-z-hi, n’eo ket tamm ebed hevel oc’h ar re all a zo bet ama ; ar re-ze a voa traou didalvez e-skoaz he-man, petra-bennag ma voant kosoc’h, brasoc’h ha galloudusoc’h evit-han. Sad’ aze ez eo bet o kerc’hat keuneud din leiz ar geuneudok hag en deus kempennet e berr amzer ho poutou hag ho tillad d’e-hoc’h ; eur paotr euz ar re genta eo, ha mar kendalc’h enn eur vrasaat, e vezo eunn den anezhan, hag eunn den euruz c’hoaz, a zo gwell. — Kredi a rann, eme ann aotrou, evit ann tres a zo war-n-han. Plijout meurbed a ra d’in ivez ; grit stad anezhan muia ma c’hellot, hen derc’hel aman a rin pelloc’hik evit ar re all da welet.  A-benn tri dervez goude, ann aotrou a c’houlennaz oc’h Laouik, a gleve o kana en eur labourat : — Asa, va faotr, n’em beuz lavaret netra e-bed d’id c’hoaz ; ha c’hoant az peuz da choum ama gan-en evit kaz va azen da vale pa vezo red ? — Ia avad, aotrou, ha mar fell d’e-hoc’h derc’hel ac’hanoun, ha pa ne ve nemet evit va boed, e venn laouen. Me n’ounn ket braz c’hoaz ha dre-ze n’ounn ket kennebeud evit ober gounid kalz ; va boed a ve a-walc’h da gaout. — Ne d-eo ket, eme ann aotrou ; me a ro atao kant skoed c’hobr d’ar re a zervich ac’hanoun e-pad bloaz hag e-pad eunn dervez. Kant skoed as pezo eta, ha boetet ha gwisket e vezi ouspenn. Evit kement-se n’es pezo da ober nemet mont gant va azen er-meaz ha lezel anezhan da vont el leac’h ma karo hep sacha morse war he benn. Goude warc’hoaz ez i gant-han da ober eunn dro ; gra da bak a-benn neuze.  Deut ann deiz da vont, ann aotrou a ro da Laouik ivez, evel enn devoa roet d’he vreudeur, eur bara gwenn, eunn tamm kig-moc’h hag eur voutaillad win. — Kalzik a draou a roit d’in, aotrou , eme ar paotr. — N’es pezo ket re, rak marteze ann azen (skuiz pell a zo en e graou), ne zistroio ket enn deiziou kenta-ma d’ar gear. Dre-ze, ez eo red ez pe boed da zibri enn hent, mar c’hoarvezfe d’ann azen choum pell da ober e dro. —  Pa fell d’e-hoc’h, aotrou, me a ia d’ho c’has gan-en. — Ia, kas anezho gan-ez, ha gant a ri, diwall a-vad oc’h ar pez am beuz kemennet dit. — Kit atao, aotrou ; ne rinn ket. Bezit heb aoun rag ann dra-ze, rak ha pa dlefenn koll va buez, e vezo great hervez ho lavar. Kenavezo, aotrou, eme Laouik, a lammaz, en eur c’hoarzin war gein ann azen hag a ieaz ac’hano raktal. Setu breman ann azen o vont atao heb ehana morse, ha Laouik war he gein a gane hag a zute beb eil, o leuskel anezhan da vont. Kaloun hor paotr a dride enn e greiz o klevet dre ma zeu al laboused o kana ivez a-zioc’h he benn. Ann amzer a voa kaer, ann heol a bare kel lugernuz oc’h ann douar, ma lavare Laouik ennan he-unan : — Me a vezo euruz brema eur pennad mad, hag atao, gwella zo, a gredann, o veza m’am beuz kavet eur mestr euz ar re wella ; eaz eo ober hervez a lavar, ha pa ve diez, ober a rinn ; paeet ha bevet mad ounn gant-han, perag eta neuze ne zentfen ket out-han ? Al laboused bihan a glevann o kana n’ho deuz ket muioc’h evidoun-me ; nebeutoc’h a draou o deuz zoken, hag evelato ez int laouen hag e trugarekaont Doue. Evel-d-ho a dleann da ober hag ober a rinn. Enn eur lakaat ann traou-man ha kalz a draou all war e spered, Laouik a voa en em gavet gant ann den koz kroummet war-zu ann douar hag eunn druez he welet, ker koz ha ker paour ha ma voa. — Eunn tamm bara, enn hanv Doue, mar be he madelez, va faotrig ? — Ia avad, eme Laouik, bez’ ho pezo, rak me n’am beuz ket ankounac’haet ez ounn bet paour hag em euz bet naoun d’ar c’houlz ma’z edoun e ti va mamm, o veva diwar ann aluzenn. Neuze e kavenn mad bara ar gristenien ho deveze truez ouz-in hag oc’h va mamm.  Endra ma lavare Laouik, ann azen a voa choumet a-zav. Ar paotr a grog enn he vouchenn hag a ziskolp eur pennad mad anezhi da rei d’ann den koz. Rei a reaz d’ezhan c’hoaz eur peziad mad euz e damm kik hag eur banne sounn a win. — Bennoz Doue war da benn, paotrik bihan, eme ann hini koz o vont kuit. — Trugarekait ive va mestr hag ann Aotrou Doue, eme Laouik. Doue en deuz roet peadra d’am mestr, ha va mestr en deuz roet d’in-me, gant e galoun vad, ar bara, ar c’hik hag ar gwin ho peuz bet lod anezho. — Hag ann azen enn hent adarre, ha war he gein Laouik o kana a-bouez e benn evel eul laouenanik. Ne voa ket eat pell ac’hano ma voe souezet, a-greiz kana, o welet edo he vara hag e win enn o bez evel araok. Distrei a ra da zellet war e lerc’h, hag o welet ann den koz troet e gein gant-han o vont kuit goustadik, Laouik a c’halvaz anezhan da zond d’he gaout : — Deut ama, den koz, eme-z-han, ha me a roio c’hoaz eunn tamm all d’e-hoc’h, rak bez’ em eus aoun eo bihan ann tamm ho peuz bet. — An hini koz a zistroaz hag a lavaraz d’ar paotr : — Bennoz Doue d’id, va faotrig, A-walc’h am eus bet digan-ez. Kea gant da hent ; en em gaout a ri el leac’h ma’z oud bet kaset gant da vestr, mar peuz fisianz e Doue. — Eo da, eme ar paotr Laouik. Fisianz am eus e Doue, fisianz n’am c’haso ket da goll gant va azen emichans.  Ne lavare ket a c’haou, evel a vezo gwelet diwezatoc’h. An azen a gendalc’he da vont goustadik ha war e ourzik evel araok, heb dale e neb leac’h. A-benn ma voe bet eur pennad o vale er c’hiz-man, ec’h en em gavaz enn aot, ha Laouik diwar he gein a zelle hed-ha-hed ar mor oc’h ober ann dro d’ann douar evel eur c’helc’h braz ha ledan. — Nemet Doue, eme-z-han, den ne oar pegen doun eo, hag evelato, war a lavare va mestr d’in, en deiz all, ne d-euz greunenn dreaz enn-han na d-int anavezet gant Doue, ha mar karfe, na vent galvet gant-han dre o hano. Doue, a lavare c’hoaz va mestr d’in, a wel ar re vihan koulz hag ar re vraz ; penaoz goude ne ve ket a fisianz enn-han ? Krog e spered doun en traou-man, Laouik n’en devoa ket taolet kalz a evez oc’h he azen. he-man a voa diskennet en aot hag a voa o vont er mor, pa zeuaz ar paotrik enn-han he-unan : — Va azen, evit doare, eme Laouik, en deus c’hoant en em walc’hi ; evel a garo e raio, ha pa falvezfe d’ezhan treuzi ar mor zoken mar kred ez eo kre a-walc’h. Me a laosko anezhan da vont hep kaout aoun ; derc’hel mad d’ezhan a rinn avad rak hep-d-han n’ounn ket den ac’hanoun va-unan (a beleac’h e venn !) da vont keid all. Lavaret ez euz d’in e voa arabad sacha war e benn, ha sacha ne rinn ket, rak mar bez beuzet me a vezo ivez. Setu breman ann azen eat doun er mor ; neunv a ra, ha Laouik sonn war he gein, a grog stard enn e voue : — Kea atao, va azen, el leac’h ma fell d’id mont, ha ken na vezi skuiz. evid-oun-me, me az lezo da vont. — A-benn eur pennad ma voa al loen o neunv, e kavaz d’ar paotr ec’h izelea ann dour dindan-han ; hag ober a rea evel a grede, rak se ne voe ket pell ma welaz ann azen o vale war eunn hent braz e-kreiz ar mor a zigore dre ma’z ea hag a zerre war e lerc’h. Laouik a voe mantret gant kement-man, hag a lavare enn e spered : — evit doare, ann azen-man ne d-eo ket evel al loened all, pa faout ar mor enn he raog evit ober eunn hent d’ezhan. — Neuze hor paotr a zell piz dra ma’z ea hag a wel, a-benn eur pennad mad, eur pez rod vraz, brasoc’h evit rod eur vilin, o trei gant err war ann hent hag enn-hi tachou lemm, aotennou, kountellou, begou filsier hag a bep seurt binviou da drouc’ha. — ’M-eus aoun, eme Laouik, ne d-aimp ket pelloc’h, rak mar d-a ann azen evit tremen enn tu all d’ar rod-ze, e vezo trouc’het a-besiou ha me ivez gant-han. mad ! n’euz forz a ze, mar d-a ebarz, me a ielo ive, hag, evel a garo Doue, a vezo ! — Hag ann azen heb distrei tamm diwar he hent ha mont atao etrezeg ar rod vraz. Dre ma tosta, ar rod a dro gant muioc’h a err, hag ann azen en em gaout gant-hi ha mont war he benn e-kreiz ar rod a dro gwaz eget biskoaz, hag a bik anezhan enn he vruched, enn e dalier hag enn e zivesker, ha Laouik ivez enn e benn, enn e skoaz hag enn e zivreac’h. Evelato ne voe ket braz ar boan ho devoe ho daou, rak ann tachou, aotennou hag all, a dorre dre ma stokent enn-ho, heb ober, koulz lavaret, drouk e-bed d’ezho. — Mad eo, eme ar paotr. Me gave d’in e vijenn bet lazet ama, ha padal n’ounn ket bet toullet gwasoc’h eget gant beg eur spillenn pe eunn nadoz. he-man, ann azen man, a oar gwelloc’h evid-oun-me petra eo ar rod-man, evit doare ; ha c’hoaz e lavar ann dud ez eo ann ezen loened sot. Evid-oun-me, ne zavinn ket gant-ho hiviziken war ann dra-ze, rak me wel ervad, gwella em beuz da ober, eo leuskel atao va azen da vont d’al leac’h ma karo. — Ne voant ket eat gwall bell ac’hano ann daou-man, ma klevaz Laouik iud ha kri fors ; sellet a ra enn-dro d’ezhan hag hen ha gwelet eunn den, e viz gant-han enn tan. Krial a rea ma voa spountuz e glevet. Pa voe deut ar paotr war-nez rei da glevet d’ezhan, e lavaraz : — Perak, mar ho peuz-hu kemend a boan, e talc’hit ho piz enn tan ; Tennit anezhan kuit.  — Ann den ne lavaraz grik, nemet iudal atao : — Diotoc’h e rank beza hen-nez evit va azen me, eme Laouik o vont kuit. Ma vijenn-me bet enn he leac’h, me n’am bije ket lakaet va biz enn tan ! Goude ann dra-man, marteze war-n-hed eunn hanter-leo ac’hano, Laouik a welaz eunn den all e-kreiz ann tan war greiz e gein, kroazet e zaouarn gant-han hag o c’hoarzin etrezek ann nenv. — Sad’ ama eur vro avad, eme Laouik, hag a zo traou burzuduz enn-hi ; a-hont eunn den hag a gri fors, ha n’euz nemet eur biz d’ezhan enn tan ; hag ama eunn den all a zo gourvezet e-kreiz eunn tantad-tan hag a c’hoarz etrezeg ann env. Biskoaz kemend-all ! Enn eur zonjal enn traou-man hag epad ma laboure stard spered Laouik da c’houzout petra voant, ann azen a voa en em gavet dirak eul lannek vraz a voa ebarz eur pez bandennad saout ha kel lard, mac’h heje ar c’hik out-ho, ha koulskoude el lannek-ze ne voa enn-hi d’ar zaout da beuri nemet koz tammou bruk treud, ha rouez c’hoaz ; goloet e voa penn-da-benn a vein hag a gerrek. Ar zaout evelato a voa lard-toaz evit eur c’henaouad-bennag a gavent eno. — Bro ar burzudou a zo aman, eme Laouik ; kement tra a welann a-zeou hag a-gleiz am laka mantret. Me glaoustrfe ne dremen ket kalz a dud dre ann hent-man. Pelloc’h eunn draik bennag, ar paotr a welaz enn eunn draonienn eur pez bagad saout all, hag ar re-man treut-kaign, evit-ho da veza enn eur prad mad ha ken huel ar geot enn-han, na welet ket divesker d’ar zaout. Ken treud ha ker signac’h e voa ar zaout, m’en em lakeaz Laouik da c’hoarzin o welet anezho oc’h heja gant ann avel ; ne oant, evit lavaret mad, nemet eur spez a zaout. Laouik a lakea enn e spered ar vagad saout-man e-kever ar re genta, hag e voa nec’het ha nec’het, a c’hellit kredi, gant saout lard enn eur warennad vein, ha saout treut enn eur prad mad. — Dindan ann dra-man, eme-z-han, e tle beza kuzet eunn dra-bennag hag a zo enn tu-all d’am spered, rak n’ounn ket evit dont a-benn da anaout petra eo. War gement-se, ann azen ne choume ket a zav ; mont a rea atao war he ourzik hep choum da zellet e neb leac’h ; evit doare n’en devoa ken preder nemet mont gant e hent. Laouik, hen avad, ken touellet gant ar burzudou a wele, ne dize ket kaout naoun, leun e gof gant ann traou a wele ; n’enn devoa bet na sonj nag amzer da zibri tamm abaoue ma voa eat euz ar gear. Goude beza bet evel-se eur pennad brao o pleustri diwar-benn ar zaout lard hag ar zaout treut, ec’h en em gavchont, ann azen ha Laouik, dirak diou garrek vraz o tont d’en em steki ann eil oc’h eben evel daou vaout oc’h en em ganna pe o tourtal ; tan a strinke diout-ho evel dioc’h diou gurun o strakal. — Allaz ! eme Laouik, mar d-a va azen beteg eno da glask tremen e vezo great hor stal d’e-omp hon-daou ; evelato, red eo kaout fisians e Doue. Beteg-hen omp en em dennet brao eus a gement zo c’hoarvezet gan-e-omp, hag aman ez aimp brao ivez emichanz heb nemeur a boan. Ann diou garrek en em stoke atao war ann hent hag ann azen a iea ivez atao etrezek enn-ho evel pa ne vije bet netra dira-z-han. Penn ann azen a ia e-kreiz etre-z-ho, hag e gorf goude beteg e lost a voe paket (eur pouchad anezhan) ken a zivogedaz eunn draik enn tan diout-han, darbet d’ezhan kregi ebarz. — Poent e voa tremen, eme Laouik, ha ma vijemp-ni bet paket e-kreiz, e vijemp bet friket evel silzik maout ; evit doare n’omp ket en em gavet c’hoaz, rak me wel a-hont eur pez pont da dremen ; ken huel hag eur menez eo, ha dindan-han eur volz vraz o terc’hel anezhan klok ha sounn. Dre ma tostaent oc’h ar pont, Laouik a zelle, ha kaer enn devoe ne wele ken hent da bignat nemet deresiou sounn ha ker striz ouspenn c’hoaz m’en divije bet eunn den e-unan beac’h o tremen eno. — Birviken eme-z-han, ne d-aio va azen dre ann deresiou-ze d’ann neac’h, ha koulskoude n’euz hent all e-bed. N’eus fors, mar marv aman, me a raio ivez. evid-oun-me, ne ziskroginn ket anezhan hag her lezo da vont d’al leac’h ma troio enn e benn. P’en em gavaz ann daou-man e traon ann deresiou, ann azen a zavaz he dreid araok evit pignat war ann derez kenta. Darbet e voe d’ezhan koueza, panefe ma c’hellaz kaout harp d’he zaou droad adre e gwask eur mean-ben a gavaz eno. Neuze ann azen a zao adarre e dreid araok evit pignat hueloc’h. Sevel a ra pep tro hueloc’h-huela, ha Laouik, krog stard enn he voue, a zao d’he heul, enn eur lavaret d’ezhan : — Beac’h war-n-oud, va azen ! Enn em gaout a raimp ! — Pa en em gavchont war-laez, al loen keaz a voa skuiz-maro ha beac’h enn devoa o tenna e alan. Evelato ne chomaz ket tamm a-zav da ehana. Eno breman Laouik a glev eur ganaouenn gaer evel n’en devoa klevet biskoaz. — Petra eo ar c’han-ze, eme-z-han, ne welann den koulskoude war-dro aman. — A-benn eunn hanter-heur vale goude, ez ejont enn eur c’hoat ; ar gwez a voa huel ha bodennek a-ziouc’h ho fenn, ha disheolia a-bell a reant tro-war-dro. Laboused euz ar re gaera, ruz, melen, gwenn ha glaz, a nije enn dro d’ezho, enn eur gana ker koant ma voa eunn dudi o c’hlevet. Dreist kan ar re-man e kleve Laouik mouesiou all kaeroc’h c’hoaz, ma vije lavaret e voant elez ar baradoz o kana hag o c’hoari war o zelennou. Ann azen a valea atao pa en em gavchont e penn eur vali hirr-hirr, ha Laouik a wel eno eul letonenn vraz hag enn-dro d’ezhi eur c’hael spern-gwenn ker stank, ne vije den evit lakaat penn he viz enn-hi hep beza toullet gant ann drein. Ne voa eno hent all e-bed da vont pelloc’h, ha red mad e voa treuzi ar c’hael spern-ze pe zistrei enn-dro. Mad ! ne d-eo ket traou a seurt-ze eo a zalc’h ann azen a-zav. He-man a ia atao, ha pa voe tost d’ar c’hael spern hag harp out-han, ar c’hael a zigor o plega a bep tu hag heb he doulla tamm e-bed. Pa voe al loen-man en em gavet eno e-kreiz al letonenn, e choumaz krenn a zav hag en em lakeaz da beuri. Setu Laouik neuze ha diskenn diwar he gein, dre ma welaz n’en devoa ket da vont pelloc’h. Ne voa ket diskennet mad a-veac’h, ma welaz astenn eunn dousier dira-z-han, ha war-n-ezhi peadra d’ezhan da zibri ha da efa. Ne wele o tegas ann traou-ze nemet eunn dourn hag eunn hanter-vreac’h gwenn-kann. Ar burzud-ma a lakeaz Laouik nec’het. Naoun enn devoa hag evelato ne grede ket kalz dibri, ha, m’oarvad, n’enn divije debret tamm, anez ma tilammaz enn e spered ne dlie ket beza fall d’ezhan dibri eunn dra-bennnag, pa wele ann azen e-unan o peuri. Neuze Laouik a stagaz gant-hi, a zebraz hag a efaz gwalc’h e galoun, na petra ’ta ? Ann azen ; pa voe leun e gof, a c’hourvezaz da ehana. Ne voa ket eur zouez, rak skuiz e tlie beza goude eur pennad hent evel enn devoa great. Ar paotr Laouik a reaz ivez evel ann azen hag en em astennaz eno war al letoun. Evelato pa gavaz d’ezhan e voa diskuiz a-walc’h he-unan hag e tlie e azen beza evel-d-han, e lavaraz Laouik d’he azen : — ac’han ’ta, va azen, mont a reomp adarre. — Al loen, pa glev, a zao Dioc’htu enn e zav, hag ar paotr a lamm war e gein adarre. Neuze avad, e-leac’h mont araok evel enn devoa great beteg-hen, ann azen a zistro war e c’hiz dre ann hent ma voa eat di, hag en em gaout a rejont o-daou er gear ; goude tremen penn-dre-benn dre ann hent ho-devoa great evit mont. Pa voent eat e porz ar maner, Laouik a ziskennas, a gasaz he azen d’he graou hag a ieaz war-eeun d’ann ti. Lavaret a reaz d’ann aotrou, a voa oc’h e hortoz : — Setu-me distro, aotrou, great am beuz evel ho poa lavaret d’in, ha laosket ann azen da vont el leac’h ma kare, hep biskoaz sacha war e benn. — mad as peuz great, eme ann aotrou ; breman pa’z oud distro, lavar d’in e pe leac’h oud bet ?  — E feiz avad, aotrou, ne c’houfenn ket lavaret d’e-hoc’h petra eo ar vro-ze am beuz gwelet, rak dre ama n’euz bro e-bed hevel out-hi na tost zoken.  — Mad, eme ann aotrou ; ma n’oud ket evit lavaret d’in petra eo ar vro-ze, lavar diana petra as peuz gwelet, rak emichans es-peuz gwelet eunn dra-bennag enn da dro ; n’oud ket dall ha n’es peuz kennebeud, m’oarvad, serret da zaoulagad ivez. — Nann avad, aotrou, ha traou a-walc’h am beuz gwelet, traou e-leiz ha ker burzuduz, ma’m-beuz klasket anaout petra voant, ha kaer am beuz bet klask gwella ma c’hellenn, n’ounn ket bet evit gouzout netra. — Mar kerez lavaret d’in petra eo ann traou-ze, me marteze a c’hello rei da anaout d’id petra int.  — Da genta, eme Laouik, eo eat ann azen er mor, hag a-benn eur pennad goude, ar mor a zo bet izeleat dindan he dreid hag ann azen enn deuz kavet eunn hent da vale. — Ar mor-ze, eme ann aotrou, a zo ar bed-man, hag ann hent-ze a zo hent buez ann dud war ar bed. — Goude, eme ar paotr, hor beuz bet kavet eur pez rod vraz hag a c’holoe ann hent, hag enn he c’hreiz lammennou kountellou e-leiz, aotennou, tachou ha filsier, ha traou all lemm pe lemmoc’h a bep seurt anezho. Dre greiz ar rod-se omp tremenet hep kaout kemend a boan evel a gave d’in hor bije bet. — Ann dra-ze, eme ann aotrou, a zo ar penn kenta da vont d’ar baradoz. — Goude ar rod vraz-ze, eur pennad mad enn tu all, em beuz klevet kri forz ha iud gant eunn den, eur biz d’ezhan hepken enn tan. Enn eur dremen em eus lavaret d’ezhan tenna he viz kuit ha n’enn divije ken a boan. — Ne voa ket heb abek e krie er c’hiz-se, eme ann aotrou ; ann den-ze a iea d’ann ifern, ha kaer enn divije sacha, ne vije ket bet evit tenna he viz ; barnet e oa ha barnet mad ; goude he viz e tevche he vreac’h, hag he gorf a-bez da ziveza.  — Pelloc’hik ac’hano, eme Laouik, em beuz gwelet eunn den all war greiz he gein enn tan hag o c’hoarzin evelato enn eur zellet oc’h ann env. Gant ann daou zen-ze ounn bet nec’het eur pennad mad. — He-man, ann diveza-man, a lavaraz neuze ann aotrou, a voa er purgator hag a wele Doue ac’hano. Fisians en devoa e torrje nerz e boaniou hag ez aje da ziskuiza d’ar baradoz.  — Ac’hano ez ounn bet souezet adarre o welet eur pez bagad saout lard-kuill evel toaz e-kreiz eur waremm goloet a vein hag a rec’hier, ha ne voa enn-hi nemet koz bruk d’ezho da beuri, hag eur pennad ac’hano, enn eur prad goloet a c’heot flour, eur vandennad saout all a voa treud-eskern ha ken diskarn, mac’h hejent gant ann avel war o zreid ; beteg ho c’hof edont koulskoude er boed. Gant ann dra-ze eo bet gwall dregaset va spered, ha biskoaz, kaer am beuz bet, n’ounn ket bet evit gouzout petra a voa. — Ar rumm saout lard kenta, eme ann aotrou, a zo skouer ar re baour war ann douar, evito n’ho deuz kouls lavaret, netra da zibri, nemet a-wechou tamm ama, tamm a-hont ; evelato laouen bepred enn ho stad, ez int lard, da lavaret eo ez eo eaz o spered gant ar pez a zo roet d’ezho gant Doue. Ne c’hoantaont ket kaout madou ar re all, gant gras Doue ho deuz a-walc’h. Ann eil rummad saout treut avad a zo skouer ar re fall ha pinvidik ; beteg o c’hof emint e-kreiz ar boed hag evelato ho spered ne d-eo ket eaz gant ar pez o deuz. Seul-vui o deuz, seul-vui o deuz c’hoant da gaout.  — Ac’hano, eme Laouik, ez ejomp hag e valejomp pell amzer heb kaout netra, ken n’en em gavchomp gant diou bez karrek vraz oc’h en em dourtal war greiz ann hent, eunn trouz braz hag eunn dregern gant-ho, m’ho c’hlevet a bell bro. Pa en em stokent, e strinke diout-ho luc’hed ha tan, ha mein, ma voa eur spount tostaat out-ho. Ann azen a ieaz d’o c’haout evelato. Beac’h e voe d’ezhan mont e-biou ha d’in-me ivez, rak bek ha lost a voe paket etre ann diou garreg. Lavarit d’in, aotrou, me ho ped, petra eo ann diou garreg-ze ? — Ar re-ze a zo da zaou vreur eat d’ann ivern ; ne reont eno nemet en em ganna. — Goude, eme Laouik, hor beuz ranket tremen dreist eur pont huel savet war eur volz vraz, biskoaz ne weljoun bolz evel houn-nez. Gwasa a voa eo ne voa da bignat war-n-ezhi nemet deresiou ken enk ka ker moan, ma voe tost d’ann azen diruilla diribign d’ann traon ne c’houfenn lavaret ped gweach. Evelato e c’hellaz goude kalz a boan tizout ar c’hreac’h, ha goude e tiskennaz, me atao war e gein. — Ann hent-ze striz, diez hag huel, a zo ann hent tosta da zor ar baradoz, eme ann aotrou ; poan a ranker da gaout evit mont di, ha n’eo ket ann holl evit pignat eno, evel az peuz gwelet. Meur a hini, pa vezo pignet eur pennad mad, a ziruill ouz traon, ha goude n’ho deuz ket ar galoun da bignat adarre ; klask eunn hent all a reont ha ne gavont nemet hent ann ifern. — Diskennet ac’hano, eme ar paotr, e klevjoun goude eur ganaouenn gaer, hag ez eaz va azen dre eur vali gwez kaer (ar re gaera am beuz gwelet biskoaz), da eul letonenn vraz, eur c’hae spern gwenn enn-dro d’ezhi. Ar spern a voa ker stank, ne vije ket evit lakaat penn ar biz ebarz heb beza toullet gant ann drein. Evelato, ann azen, Dioc’htu ma voe tost, a lakeaz he benn e-touez ar spern hag ar c’harz a zigoraz evit lezel anezhan da dremen eno. Pe voe eat ebarz, e choumaz a-zav hag en em lakeaz da beuri. Neuze e tiskennjoun diwar e gein, ha me gwelet eur vreac’h hag eunn dourn gwenn o tont hag oc’h astenn eunn dousier a zira-z-oun ha war-n-ezhi a bep seurt traou mad da zibri ha da efa. Ha me naoun d’in, e voenn lent da genta ; evelato e tebrjount goude-ze hag ec’h ehanjoun gourvezet war al letonenn, ann azen em c’hichenn. Goude dibri ha diskuiza eur pennad, e tistrojomp hon-daou enn dro, dre ann hent ma voamp eat ; ha setu ni en em gavet evel a welit. Breman, aotrou, ho peuz klevet gan-en kement hor beuz gwelet.  — Ar vali gaer-ze az peuz gwelet hag al letonenn vraz se a voa eur c’hael spern gwenn enn dro d’ezhi, a zo, evel ma lavarfen d’id, a-zindan ar baradoz ; ann dourn hag ar vreac’h wenn a zo dourn ha breac’h eunn eal, hag ar pez az peuz debret a viro ouz-id da vervel, da lavaret eo, da vont d’ann ifern. — Breman lavar d’in, eme ann aotrou, pegeit a zo, a gav d’id, abaoue ma’z oud eat ac’hano ? — Ne ouzounn ket, aotrou ; marteze ez eus eur pemzek dervez-bennag pe ouspenn. —  Evit doare, ne d-oud ket bet enouet enn hent ? — Nann avad, rak traou a-walc’h a gavenn d’am dizenoui ; n’am beuz ket kavet tamm hir ann amzer. — Mad ! koulskoude ez euz hirio daou vloaz ha kant abaoue ma’z oud bet eat kuit ac’hann. Da vamm a zo maro hag a zo pardonet gant Doue ; er baradoz ema. Te a vevo c’hoaz eur pennadik, ha goude ma vezi maro, ez i da gaout da vamm d’ar baradoz es peuz gounezet o senti ouz-in, rak ann hini na zent ket oc’h e vestr pe oc’h Doue a zo mestr ann holl, a zo eunn den kollet. Breman e ouzoud ervad petra eo kement as peuz gwelet enn da hent. Koulskoude e kav d’in n’es peuz lavaret ger diwar-benn ann hini koz a voa en em gavet gan-ez enn hent a-dost aman. — Nann, aotrou, gwir a lavarit.  — Mad ! hen-nez, ann hini koz-ze ha me, ne d-omp hon daou nemet unan. Ar pez as peuz bet roet d’ezhan, as peuz roet d’in-me, hag, hervez a welez brema, ar pez as peuz great ne d-eo ket bet kollet evid-oud.  Goude klevet ann traou-man gant ann aotrou, Laouik, beteg eno choumet evel eur paotr iaouank-flamm, a zeuaz da veza eunn den enn eunn taol, hag eunn den koz zoken, pa en devoa neuze dek vloaz ha kant, rak eiz vloaz en devoa pa en em gavaz da genta e ti ann aotrou-man a voa ann Aotrou Doue he-unan. Laouik a varvaz eno hag he ene a voe kaset gant ann elez rak-eeun d’ann envou. L’histoire que je vais raconter est extraite du manuscrit d’un ami qui, en me le confiant, m’a autorisé à en faire tel usage que bon me semblerait. BENEDISITE Benedisite n’oa nemet seitek vloaz pa varvaz he dad digant-han, ha setu hen he-unan penn war ann douar, hep kar na par e-bed ken. Ma teuaz d’ezhan eur froudenn da vont da foeta bro. Marteze, eme-z-han, o welet ar marvaillou er broiou all, va glac’har a dremeno buanoc’h. Evit ama ne rann nemet dizeria bemdez. — Hag o lakaat eur c’horn bara enn eur bisac’h ha kemeret penn-baz he dad, hag enn hent enn avantur Doue. P’oa bet evel-se taol da vor, taol da zouar, eur maread devesiou, e tigouezaz e-tal eur c’hoat braz, ha Benedisite ebarz da zibri eunn tamm enn disheol ha da ziskuiza, ar paotr keaz ! Skuiz-maro oa, na d-eo souez, ker iaouank all ma’z oa ha divoaz diouz ar vicher. A-veac’h m’oa bet debret ar genaouad kenta gant Benedisite, ma welaz eunn torrad loened mud enn-dro da eur c’horf maro, ker sioul ha tra hag evel sebezet holl. — Daoust, eme-z-han out-han he-unan, ha dre ama ema ar c’hiz gant al loened da zebelia ha da akosti ar c’horfou maro evel gant ann dud enn hor bro-ni ? Eur re-bennag a welaz Benedisite hag a lavaraz d’al leon : Mestr, setu ahont eur goaz hag a dennfe marteze ac’hanomp a baourentez ? — Gwir a-walc’h a leverez, eme al leon ; kea d’ar red eta, levran, d’he gaout ha lavar d’ezhan dont ama da welet. — Benedisite n’oa ket choumet da varc’hata hag a ioa eat euz ar c’hoat buanoc’h eget n’oa deut ebarz. Hogen hep dale oe tizet gant al levran, hag hen enn dro gant-han. — Ni, eme al leon, a zo nec’het maro hor pevar ama, o klask gouzout penaoz dont a benn da ranna mad ar preiz boutin-ma etre-z-omp hor pevar. Lavar d’e-omp eta penaoz ober ar rann-ze. — C’houi, aotrou leon, eme Venedisite, a zo lemm ho skilfou ha pounner ho pao, distagit eta ar penn dioc’h ar c’horf-ze. — Gant eunn taol dant hag eunn taol ivin al leon n’oe ket pell evit dic’houzouga al loen maro. — Tennit brema ar c’houraillou hag ar bouzellou. — Ar pez a oe great buanoc’h eget n’her lavarann d’e-hoc’h. — Brema, eme Venedisite, distagit eur vorzel dioc’h ar c’horf. — Hag e oe great enn eur par berr. — Me gav d’in, eme Venedisite neuze, ar penn a ve mad d’ar wenanenn a zo bihan ha mad da grignat, hag e deuz boed aze evit eur pennad mad. Ar c’houraillou hag ar bouzellou a zo dioc’h doare ar sparfell. Al levran, a gredann, a ve mad d’ezhan tremen gant eur vorzed, hag ann nemorand euz ar c’horf a zeu d’e-hoc’h-c’houi, aotrou leon. Laouen oa pep-hini anezho, hag ann holl a ziskoueze a-walc’h en doa skoet mad va den, ha peb-unan da zailla rak-tal gant he lod, hep teurel evez e-bed ken euz Benedisite. He-ma ne c’houlenne ket well ; hag hen dastum he zac’h hag he vaz, hag el leo adarre. Hogen p’oe torret ho naoun gant al loened gouez-ze, al levran a lavaraz d’al leon : Me gav d’in, va mestr, e vije bet deread d’e-omp rei eur pae-bennag d’ann den fur-ze evit ar pez en deuz great d’e-omp hor pevar. — Gwir a-walc’h a leverez, eme al leon ; kea affo war he lerc’h eta, ha lavar d’ezhan dont ama ma welimp pe zoare gopr a ve ar gwella gant-han. Benedisite n’oa ket eat oc’hpenn eur c’halvadenn ac’hano, kaer en doa, bet lakaat herr gant he gammejou, na oe tizet gant al levran. — Va den mad, eme-z-han, dont enn dro da gaout al leon dioc’h-tu a zo lavaret d’e-hoc’h. — Ar barrad tersienn-ma a oe gwasoc’h evit ar c’henta, rag, eme Venedisite, al laboused diblun-ze n’ho deuz ket kavet mad ho lod, sur a-walc’h, hag enn dro-ma, allaz, eo great gan-en da vad ! — Kleo ’ta, va faotrik-me, eme al leon, ni vije marteze en em gannet hag en em zraillet diwar-benn ar preiz hon doa kavet, anez da furnez-te ; hag hor joa ouz al lodenn great ker brao dioc’h doare pep-hini ac’hanomp, a reaz d’e-omp holl choum hep paea ac’hanoc’h hag hep lavaret bennoz d’id, zo koantoc’h. Hogen ne welann ket brasoc’h torfed eget beza bougre. Lavar eta brema d’e-omp petra rafe muia plijadur d’az kaloun da gaout digan-e-omp ? — E leal, eme Venedisite, ne dal ket ar boan, aotrou leon, na ne oufenn ket petra da c’houlenn ouz-hoc’h ; re a vadelez hoc’h euz, rak ne gav ket d’in e vec’h kalz pinvidikoc’h evid-oun-me ; hini ac’hanoc’h ho pevar ken-nebeut. — Kent a ze, eme al leon, mar tigoueze d’id kaout ezomm ac’hanoun, n’ez pezo nemet lavaret ar c’homzou-ma : Me garfe beza leon ; ha rak-tal ez i da leon. Ha p’az pezo c’hoant da zont da zen adarre, n’ez pezo nemet lavaret : Me garfe beza den ; ha kerkent e vezi den adarre. — Al levran, ar sparfell hag ar wenanenn a lavaraz hevelep tra da Venedisite. — Bennoz d’e-hoc’h holl, eme-z-han ; hag hen enn hent adarre herr enn-han, enn avantur na vije galvet adarre da zont war he giz. — P’oa eat eur flipad mad a hent ac’hano, en em lekeaz da gompren evel-henn : Daoust ha ne vije ket al loened-ze oc’h ober goap euz a eunn den ? Marteze a-walc’h, rak laouen-braz oant ouz-in, ha prezek a reant evel tud. Perak eta n’ho defe ket ar galloud al loened-ze da ober burzudou ? Avanturomp da welet ; emichans ne zigouezo drouk e-bed gan-en evit esaat. — Me garfe beza leon, eme Venedisite ; hag hen e leon ker kifinik ha m’en doa lavaret he c’her. Me garfe beza den ; hag hen e den adarre. Dal a unan ! eme-z-han. Deomp adarre : Me garfe beza levran ; hag hen eat da levran ker kifinik. Me garfe beza den ; hag hen e den adarre. Dal a zaou ! eme ar paotr. Gwelomp c’hoaz… Ma’z eaz da sparfell, ha dont adarre da zen ; ha mont da wenanenn, ha dont da zen adarre. — Chetu great eunn taol kaer gant eunn den enn he vuez, eme-z-han. Kaera bro eo hou-ma ! Ne weler ket traou burzuduz er c’hiz-ze enn hor bro-ni. Daoust pegeit e pado ann dra-ze, eme-z-han, enn eur vont gant he hent ? Deomp atao enn avantur Doue. Hogen dont a reaz he vara da veza enk hag he dreid da gignat, ar paotr keaz ! Inouet-maro eo ivez dre ne anavez ha na wel den. Ma kompren mont da sparfell evit gwelet gwelloc’h ann doareou, hag ober buanoc’h he hent. Me garfe beza sparfell, eme Venedisite: ha flip, flip, flip ! Hen war nij dreist ar gwez brasa hag o welet e-leiz a varvaillou nevez. Eur gear a welaz ivez. — Sell, eme-z-han, sebezet holl, rak biskoaz n’en doa gwelet kement all a diez enn eur vagad. Daoust petra eo ann dra-hont ? Hag hen da skei etrezek eno endra c’helle. Hep dale e plavaz war skour eur wezenn, e-tal leur-gear, a dost d’ann douar, hag e lavaraz : Me garfe beza den ; hag hen da vale etrezek pors-gwint kear. Eno e kleve a bep tu eunn trouz hag eunn talabao efreizuz, ken a oa boudinellet he ziskouarn ; ha ne wele nemet tud glac’haret ha gwisket e kaon. Ma c’houlennaz ouz ar c’henta den petra ioa a nevez dre eno. — Anat eo, va den mad, n’oc’h ket euz ar vro-ma, eme ann den-ze, rak ama ann holl, braz ha bihan, a zo e kaon ha glac’haret-braz, rak ar zort zo digouezet gant merc’h ar roue da veza debret gant ar zarpant a zo du-hont enn eunn enezenn e-kreiz ar mor ; hag ann trouz hoc’h euz klevet eo trouz ann taboulinou oc’h enkanti piou-bennag a iafe d’ar zarpant e leac’h merc’h ar roue, en defe he bouez a aour hag a arc’hant, hag ann hini a lazfe ar zarpant a ve dimezet da verc’h ar roue ha lekeat da roue goude he zad. Ha den ne d-eo bet c’hoaz, na ne vezo, m’oarvad, diot a-walc’h d’en em ginnig. — Bennoz d’e-hoc’h, paeron, eme Venedisite, ha iec’hedou. War gement-se Benedisite a ieaz enn eur c’horn tro enn eur lavaret out-han he-unan : Bremaik me a welo hag a glevo meur a varvaill nevez c’hoaz. Hag hen e gwenanenn da c’hoari tro kear hag o klask lez ar roue. N’oe ket pell e welaz soudarded e-leiz hag ar pennou braz a gear enn ho faro, hag eunn niver braz a dud oc’h heul ar roue hag he verc’h, eur maread a brinsed hag a brinsezed enn-dro d’ezhi. Biskoaz n’en doa gwelet Benedisite kement all a dud na ker glac’haret. Hag hen da heul ivez betek ann aot. Neuze ar brinsez iaouank a gimiadaz dioc’h he zad, he c’herent hag he mignouned. Strakal a rea kaloun ann holl kouls hag hini ar brinsez, hag ann holl a ioa beuzet enn ho daelou, gant keuz da verc’h ar roue, hag ho doa truez oc’h eur brinsez ker iaouank, ker koant ha ker reuzeudik. Endra edo ar vag o regi mor, Benedisite, da lavaret eo ar wenanenn, a blavaz war eunn tu pe du euz ar vag, ha war zigarez klask eunn tammik kouiltron-bennag, ne rea nemet mont ha dont da ziverraat ann amzer da verc’h ar roue o sellet out-hi. Etretant ar vag a zouaraz enn enezenn ar zarpant hag ar vartoloded enn dro kerkent ha m’oa diskennet ar brinsez euz ar vag. Benedisite neuze a zeuaz e den hag a lavaraz da verc’h ar roue a ioa mantret oc’h he welet eno : N’ho pet aoun na poan e-bed, prinsez reuzeudik, eme-z-han, me a zo deut ama evit ho tenna euz a skilfou ar zarpant, pe e vezo diez-braz ober kement-se. Bezit eta fisians enn-oun ha grit kement a livirinn d’e-hoc’h d’ober. Deomp brema da welet peleac’h ema al loen garo-ze ha da glask ann tu war-n-han. Ma tigouezjont hep dale enn eur maner koz n’oa ebarz nemeur a vad nemet eur gamprik pe ziou da aoza boed ha da zigemeret ar re a veze digaset d’ar zarpant da c’hortoz m’en divije naoun kik fresk. — Goulennit kelou ouz al loen garo-ze, eme Venedisite, diwar-benn doareou ann enezenn-ma ha diwar-benn he zoare he-unan, ha goude e leverot d’in kement ho pezo klevet gant-han. Me a vezo atao enn-dro d’ar maner, ha kerkent ha ma tigorot prenest ho kampr, me a ielo enn-hi. Neuze merc’h ar roue a ieaz er maner da glask ar zarpant, hag a oe digemeret mad kena, rak al loen kriz-ze n’en doa ket a naoun na dienez a gik c’hoaz, eme-z-han. Sellet a reaz oc’h ar brinsez iaouank, ha mousc’hoarzin zo-ken, ker koant e kave anezhi ; hag evel p’en divije bet truez out-hi, en em lekeaz da varvaillat gant ann demezel. Hou-ma ne c’houlenne ket well. Ma lavaraz d’ezhi a gaoz da gaoz perak n’oa gellet den biskoaz dont a benn d’he laza, daoust ma’z oa koz, ha kaer a ioa bet esa ober kement-se dre bep doare ardou. Rag, eme-z-han, va ene-me n’ema ket em c’horf ; e Spagn eo ema enn eunn dragon hag en deuz seiz penn. Ha zo koantoc’h, hag e ve lazet ann dragon-ze, me ne varvfenn ket c’hoaz, rak euz he gorf, kerkent ha ma vije lazet, e teufe eur c’had hag a ve ranket da baka ; hag e ve lazet zo-ken, e teufe da nijal anezhi eunn dube, hag enn dube-ze ez euz eur voulik ; ha ken na gouezo ar voulik-ze war va fenn, biken ne c’hallfet dont a benn ac’hanoun-me. Rak-se e welit, prinsez iaouank, n’eo ket eaz dont a benn ac’hanoun, eme ar zarpant rok ha kriz. Kerkent ha ma c’hellaz merc’h ar roue en em zizober euz ar zarpant, e redaz d’he c’hampr ha mall gant-hi digeri ar prenestr da welet ha Benedisite a vije dre eno. A veac’h m’oa digor ar prenestr ha Benedisite er gampr dioc’h-tu. — Ac’hanta, eme-z-han, kelou mad a zo ? — Gwella pez a zo, eme-z-hi, eo n’en deuz ket a naoun. Hag hi mont ha lavaret da Venedisite kement e devoa klevet gant ar zarpant diwar-benn he ene. — Komzit brao out-han atao gant a reot, eme Venedisite d’ar brinsez, ha mar tigouezfe d’ezhan kaout naoun, pedit-hen d’hoc’h espern, hag evel-se a zervez da zervez, me c’hallfe kaout amzer da zont a benn euz he ene hag euz he gorf. Ma ia rak-tal etrezek ar Spagn, ha mar hon euz chans, hep dale em gwelot o tistrei gant ar voulik burzuduz-ze a dle terri he benn d’al loen garo-ze. Ha flip, flip, flip ! Benedisite e sparfell war nij endra c’halle, ha pa zeuaz da skuiza ez eaz e gwenanenn, kuit da zale e nep leac’h. N’oe ket pell evit mont da Spagn, hag hen e den da c’houlenn kelou euz ann dragon a glaske. Hag oe lavaret d’ezhan ez oa eur pikol hini tost eno enn eunn toull doun dindan ann douar e-kreiz eur vlenenn vraz. — Daoust, eme Venedisite, ne ve ket kavet unan-bennag da zont da ziskouez ar vlenenn-ze d’in ? — Paea stard a rankot, va den, ha prezek brao, ha gwall iaouank ho kavann, va mignoun, evit beza ken hardiz hoc’h-unan. Evid-oun-me ne d-inn ket gan-e-hoc’h hag e rofac’h va fouez a arc’hant d’in. — Livirit d’in diana, eme Venedisite, dre be hent eo mont da gaout ar vlenenn-ze, ha me a roi gwerz ar butun d’e-hoc’h. Ha Benedisite ha mont he unan kaer betek dor tour ann dragon. He-ma pa glevaz anezhan o tont, a zeuaz da gaout genou he doull, hag a lavaraz : Me gleo c’houez ar c’hristen ! Piou a zo bet ken dievez da zont ama ? Previk douar ! aoun ec’h euz-te na zeufe ket buan a-walc’h da dro da zont ama, pe gollet eo da benn gan-ez ? Kea buan-buan enn dro ma n’ac’h euz c’hoant da veza malet hirio gant va dent-me ; ha mar ec’h euz mall d’ober anaoudegez gant va skilfou, n’ec’h euz nemet dont e leac’h ar c’henta a vezo digaset d’in da zibri. — N’ez pezo na va buez-me na buez den all e-bed ken hiviziken, eme Venedisite ; klevet a rez-te mad ar brezounek-ze, loen heuzuz ? Me n’em euz aoun e-bed ra-z-oud, ha mar kerez warc’hoaz kenta ni a welo pehini ac’hanomp eo ar gwella goaz. — Ne vezo ket hirr ar c’hrogad, eme ann dragon, hag e vez-te goloet a zir adalek biziad da dreid bete kern da benn ; gant eunn taolik pao e vruzuninn ac’hanod. Eunn tammik c’houek a lip-he-bao a rafez evelato evit doare, va faotrik koant. Kenavezo warc’hoaz eta, d’ar poent a gari. N’oa ket distro Benedisite euz ar vlenenn, m’oa eat ar vrud dre ar vro oa deuet eunn den iaouank a bell bro hag a ioa eat dispount da gaout ann dragon. N’oa ken kaoz tro-war-dro nemet da glask gouzout pe hen a ioa distroet Benedisite pe ne d-oa ket. Ha pa oe klevet ez ea ann divroad iaouank-ze d’en em ganna ouz ann dragon, ann holl a ieaz etrezek ar vlenenn da welet ann abadenn. P’oe digouezet Benedisite e-c’harz toull ann dragon, e lavaraz d’ezhan : Ac’hanta, akolist, m’euz aoun n’oc’h ket savet mintin da lamet ho paro ha da lemm ho kildent ? — Te zo aze ken abred-ma, previk douar, skuiz oud eta gant ar vuez ? Gant truez ouz-id, ker iaouank all ma’z oud, n’ez lezinn ket pell enn da dremenvan. — Lez da c’hoaperez, eme Venedisite, ha krogomp. Me garfe beza leon, eme-z-han ; hag hen enn eul leon ar c’haera. — Brema, eme ann dragon, e kavann ac’hanod eunn tammik muioc’h a zoare, hag e tal ar boan ober eur c’hrogadik gourenn ouz-id, da zigeri va skrin ha da zivergla va ivinou. Pell braz zo ive n’em euz bet tamm kik leon a gavann ker mad. — Sko, pe me a skoio, eme Venedisite, diwar eur mare ; hag ho daou o kregi iud. Ann dragon a oe distaget eur penn diout-han er frap kenta, ha daou enn eil krogad. Ann dour a zivere diouz ann daou loen. Ann dragon a ioa ruz-tan ann daoulagadou er pennou a choume war he c’houzouk. A1 leon a ioa korvigellet he lost war he dalier hag he voue soun war he ziskoaz evel reun kalet, hag he dreid hag he c’henou leun a c’hoad. — Karter, eme ann dragon, ac’hann da warc’hoaz ar poent-ma. — Karter, mar kerez, eme al leon. Hag ann dragon d’he doull, hag al leon d’ar gear da ziskuiza ha da lipat he c’houliou. Antronoz, evit diverraat kaoz, ann dragon a oe distaget tri benn all diwar he c’houzouk, hag a c’houlennaz arzao adarre d’ar brezel ac’hann d’antronoz. — Arzao, mar kerez, eme al leon, evid-oun-me n’ounn ket feaz. — Kaer en doa lavaret hag ober goap euz ann dragon, al leon keaz a veze gwall gaset evelato bep frapad, ha meur a daol dant hag a daol ivin a ioa merket mad enn he groc’henn. Na d-eo souez ! ann daou loen a ioa ker gallouduz ma krene ann douar dindan-ho, m’oa spountet al loened hag ann dud a bell tro-war-dro. Ann taoualc’h a ziframment gant ho ivinou a nije huel enn ear evel fulennou erc’h er goanv. Peb enn amzer e klevet trouz skiltr ar skant euz ann dragon o steki ouz ar vein pe ouz dent al leon. Leuskel a reant ivez iouc’hadennou efreizuz a veze klevet a bell ac’hano. Evit lavaret berr, antronoz al leon a zistagaz ar seizved penn diouz ann dragon ; hogen skuiz-maro e oa ivez, ha darbed oe d’ezhan beza gwintet he-unan er frapad-ma. Kerkent ha m’oe kouezet ann dragon maro-mik war ann douar, eur c’had a redaz euz he gorf, ha di-pa-da-pa, d’ar c’haloup ruz mar gouie, ker skanv hag eul labous war nij. — Me garfe beza levran, eme Venedisite ; hag hen war lerc’h ar c’had endra c’halle. — N’oe ket hirr ann dale m’oe paket ar c’hadik keaz ; ha kerkent ha m’oe maro, e nijaz eunn dube euz he gorf. — Patou, patou, eme-z han, hag hen kuit, a nerz he ziouaskel. — Me garfe beza sparfell, eme Venedisite ; ha iao war lerc’h ann dube. Pa oe paket ann dube ha digoret, oe kavet ar voulik burzuduz enn-han, ha p’oe deut da zen adarre, e lekeaz ar voulik enn he vouchouer. Hag hen o c’houzout n’oa mui netra d’ober eno nemet paea he skodenn e ti he hostiz, ha iao buan ha buan da gaout merc’h ar roue a dlie beza gwall nec’het dre na zistroe. Tud ar vro ze a bedaz Benedisite da choum eno, hag hen lakajent da roue, rak ne wient penaoz ken diskouez d’ezhan ho levenez hag ho anaoudegez vad. — Ho trugarekaat, eme Venedisite, n’em euz ket amzer da zale ; kenavezo ha iec’hedou. Flip, flip, flip !… hag hen e sparfell etrezek he brinsez iaouank. Pa zigouezaz e maner ar zarpant, edo merc’h ar roue enn he frenestr, beuzet enn he daelou o lavaret out-hi he-unan : Daoust ha ne zeuio ket Benedisite enn dro c’hoaz ? Marteze eo bet lazet, siouaz ! Mervel a rankinn eta goude beza bet atant da vont ac’hann e buez ? — Sec’hit ho taelou, eme Venedisite, n’em boa-me ket lavaret d’e-hoc’h [kaout fisianz ?] mad [eo] ar bed beteg-henn. Setu ama ar voulik burzuduz ; hogen gan-e-hoc’h-c’houi ama n’ema ket gwall vad ann dro a gredann ? — Tri dervez zo, eme ar brinsez, euz savet naoun du gant ar zarpant ; deac’h dreist-holl eo bet gwall gaset hag he ene a zo bet lazet e Spagn. N’em euz gellet herzel nemet dre va daelou ha va lubanerez, ha da bep mare emoun ouz he c’hedal da zont d’am dibri. — Mar gellit eur weach c’hoaz, eme Venedisite, he gas dindan ar wezenn lore, war zigarez sellet he benn d’ezhan evit ar weach diveza, me a vezo er wezenn hag a ziskenno goustadik hag a lakai ar voulik da goueza war he benn, ha chetu… Enn dervez-ze ar zarpant koz a lavaraz da verc’h ar roue : Prinsez keaz, n’ounn evit herzel ken, beac’h em euz o choum war va ellou. Dare ounn da vervel gant ann dienez hag ar gozni. Va ene o veza lazet, me zo ive klanv-braz. Da zibri a rankann brema, daoust ma’z oud koant. — Ar brinsez a lubanaz ker brao ouz ar zarpant, hag a droaz ker mad he c’homzou ma’z eaz diana ar zarpant gant-hi evit ar weach diveza dindan ar wezenn lore. Lakaat a reaz penn ar zarpant war he barlenn, ha Benedisite o veza diskennet goustadik a lekeaz ar voulik da goueza war benn ar zarpant, ha ker kifinik e kouezaz d’ann douar reud ha maro-mik. — Deomp ac’hann buan ha buan brema, eme Venedisite, da zispenn hon roudou, enn aoun na ve eur zarpant all-bennag dre aze — Ia, c’houi lavar a-walc’h, eme merc’h ar roue ; na treuzi ar mor ? pa ne d-euz na bag na den e-bed dre ama nemed-omp hon daou. — Deomp atao d’ann aot, ha bezit dinec’h. Etretant me a ieio war nij da gas ar c’helou d’ho tad ha da gerc’hat eur vag. A veac’h m’oa digouezet ar brinsez e-tal ar mor, ma welaz eur vag o tont a benn herr etrezek enn-hi ; — hag hi a lamm ebarz, hep he fedi, ann daelou enn he daoulagad ; daelou a levenez oant ann dro-ma. Pa zigouezaz ar vag enn douar braz, ann aot hag ann tevennou a ioa goloet a dud ho c’haloun o tridal gant levenez, hag e oe klevet dioc’h-tu trouz ann taboulinou hag ann trompillou o tont a-raok ar zoudarded, ar roue, ar brinsed hag ar prinsezed hag ann holl bennou braz euz ar vro. M’ho lez da gompren al levenez a oe eno, hag ann daelou a levenez hag ann drid-kaloun euz ar roue hag he verc’h, hag ann holl bian ha braz. Ken a zigouezchont e lez ar roue. Ne glevet a bep tu nemet : Bevet merc’h ar roue ! bevet ann hini en deuz lazet ar zarpant ha saveteet ar brinsez hag ar vro ! O klevet ar c’homzou-ma ar brinsez a lavaraz d’he zad : Va zad keaz, eme-z-hi, me zo souezet gant ann den iaouank Benedisite en deuz lazet ar zarpant. Ha ne zeu ket war va zro, ma n’her gwelann e tu e-bed ? ha koulskoude em euz lavaret d’ezhan oann d’ezhan, me ha va holl vadou. — Piou eo ? pe hano eo ? Euz a be leac’h eo ? eme ar roue hag ann holl brinsed pa glevchont ar c’helou-ze. Red eo he glask e pep korn a gear hag euz ar vro, ken na vezo kavet. — N’ouzoun ket hirroc’h eged-hoc’h-hu war ann dra-ze, eme ar brinsez. — Mad, eme ar roue, red eo lakaat dioc’h-tu ann taboulinou e tro kear hag enn holl geariou euz ar rouantelez da enkanti emoun o c’hortot ann hini en deuz lazet ar zarpant, evit he zimezi gant va merc’h. Hogen Benedisite n’en em ziskuille ket atao, ar pez a rea kalounad da verc’h ar roue her c’hare kement ; dreist-holl pa zeuaz, abenn eunn nebeut dervesiou goude, eur c’hoz Kernevod gant he zac’h du da lez ar roue ha gant-han pennou ann dragon en doa dastumet e Spagn enn eur vont da druillaoua. Kaer oe d’ar brinsez lavaret n’oa ket hen-nez en doa lazet ar zarpant, ar roue a lavaraz : Lavaret em euz e timezchenn va merc’h d’ann hini he zennche euz a skilfou ar zarpant, ha setu ama pennou ann dragon gant ann den-ma, ha va merc’h a zo d’ezhan ; n’ounn ket evit kredi e ve bet great ann taol gant den all e-bed, pa ne zeu ket. Deiz ann eured, merc’h ar roue a wele druz o vont da eureuji gant ar c’hoz Kernevod trubard gwisket brema evel eur prins ar c’haera, eunn dudi he welet, ha lorc’h enn-han da vouga. Bez’ edont o vont da lavaret ann ia peurbaduz, pa welaz ar brinsez, enn eur c’horn tro, eunn den iaouank hevel oc’h Benedisite, hag hi ha semplaat dioc’h-tu. Ann holl a oe glac’haret hag a grene na vije o vont da vervel. P’oa deut merc’h ar roue enn-hi he-unan. e lavaraz : Me ne zimezinn ket d’ar C’hernevod trubard-ma, hogen gant ann hini a zo du-hont hag en deuz lazet ar zarpant. — Ma oe klasket Benedisite ha goulennet out-han ha gwir oa en doa lazet ar zarpant ? — Ia, eme-z-han, gwir eo ; hogen n’am boa ket bet ann amzer da zastum pennou ann dragon em boa lazet e Spagn, gant aoun na vije debret merc’h ar roue gant ar zarpant, pa vijenn deut enn dro. Ha pa oe tennet ar brinsez euz a enezenn ar zarpant, e teuaz em spered mont enn dro da Spagn da glask testou euz ann taol kaer em boa great eno, hag etretant ar C’hernevod trubard-ma a zo deuet ama gant pennou ann dragon lazet gan-en, ha darbet d’ezhan laerez ive merc’h ar roue diwar va c’houst, rak gleb dour-teil ounn zo-ken kemend a herr a ioa enn-oun o klask en em gaout e poent, pa gleviz ann dro a ioa c’hoant d’ober d’in. Evelato ne ket bet fin a-walc’h ar C’hernevod keaz, rak n’oar doare n’euz deut gant-han nemet pennou hep teod e-bed, ha me a gav d’in ann hini a zo ann teodou gant-han a die bale enn he raok. Mad, chetu hi ama ho seiz. Mar d-eo aviz, me c’houlenn beza lekeat e leac’h ar C’hernevod. — E leal ia, eme ar brinsez, rak d’e-hoc’h-hu eo ez ounn, me ha va holl vadou. — Bevet Benedisite ! bevet merc’h ar roue ! eme ann holl enn eur vouez, hag ar C’hernevod trubard d’ar maro. Ar C’hernevod paour ne lavare ger hag a ioa ker gwenn hag eunn tamm paper ; ha petra oa da lavaret ? Ann dud gant ho c’hounnar hen taolaz er-meaz a daoliou treid ha gras d’ezhan pa ne oe krouget. Eur c’hrac’hik koz a ioa eno e toull ann or, oc’h he welet o tremen, a lavaraz d’ar C’hernevod reuzeudik : Va mabik keaz, it adarre da druillaoua, ha n’ho pezet morse c’hoant da dremen evit ar pez ne d-oc’h, ha livirit d’ann holl, dre va zeod, e vezo anavezet, abred pe zivezad, ho lealded pe ho fallagriez ; rak gwir e vezo atao : Dioc’h a reot E kavot. TREIZ PLOUGASTEL Perak ez euz reier pe rec’hier e tu Kerne, ha ne d-euz nikun e tu Leon ? Eur mintinvez, e-tro teir ha peder heur, ec’h arrujounn e treiz Plougastel o tont euz ar vourc’h ; n’oa na deiz na noz. Ar vagerien, dihunet gant eunn tad koz en doa mall da welet he vap-bihan arruet e rad ann deiz araok, a ioa o vont da boulsa. Kerkent ha lammet er vag, e kuitajomp Kerne evit Leon. Huanad e-bed ne glever ; ar roenviou hep-ken o soubla er mor, a ra eunn trouz-bennag. An tad koz, bet gwechall martolod, a zonje er broiou pell en doa gwelet. Jopik, he vuia-karet, a roje d’ezhan kelou euz he iaouankiz. Evid-oun-me n’oann ket evit distaga va daoulagad dioc’h reier Plougastel. Ho skeud a c’holoe ar mor ; ho fenn e-touez ar c’hoabr, ho c’horf du ha bodennuz a stage va daoulagad. — Perak, eme-ve, kement a reier e Kerne ha nikun e Leon ? — Perag ? paotr iaouank. Pa vezo glazet ho pleo evel va re-me gant ar barrou-amzer, ec’h ouzoc’h ann dra-ze. — Plijadur am befe o c’houzout kement-se, araok ma vezo glazet va bleo.  — Pa’z eo gwir n’hoc’h euz ket a zismegans ouz ar re goz, selaouit mad ar pez a livirin d’e-hoc’h evit ma c’hellot eunn dervez lavaret ivez ann dra-ze d’ho pugale vihan :  Gwechall ez oa truk aman, pa’z eo gwir eur weach, ann diaoul, skuiz o klevet meuleudi karantez tud Breiz-Izel, a zeuaz he-unan d’ho gwelet, rak diez oa d’ezhan kredi e ve kemend a vadelez e-touez ann dud. Er vro-man ec’h arruaz, ha neuze ec’h en em wiskas gant dillad eur paour-keaz. He zac’h goullo war he skoaz, he vaz enn he zourn, ez eaz da skei war dor eur pesketaer koz. Ker buhan hag e oe digoret ann or, ar pesketaer a anavezaz anezhan dioc’h-tu enn despet d’he vouez ha d’he bedennou truezuz. Ann den fall a zo atao gant-han eunn dra-bennag hag a droc’h anezhan. — Deut enn ti , eme ar pesketaer. — Kerkent ha m’en devoe ann drouk-spered lakeat he droad dreist ann treujou, ar paotr koz a zerraz gant nerz ann or hag a foultraz ar paour keaz war mein ann aot. — An diaoul, blonset he izili, a zavaz en eur grosmolat, hag eunn tammig pelloc’h ez eaz en eunn ti all. Tud ann ti, araok mont d’ho labour, a lavare ho chapeled, hag etre diou bedenn, e oe klevet eur vouez klemmuz ha skiltruz e-tal ann or : — Digorit d’in, a lavare ar vouez, naon ha riou am euz. — Ke da zigeri d’ar paour, Biganna. — Aoun em euz, biskoaz n’em-euz klevet eur vouez ken euzuz.  — N’euz fors, arabad lezel den er-meaz.  Kerkent ha ma vije gwelet he dreid skrabet, he fri sparfel, he zent lemmet, ha dreist-oll he zaoulagad ruz-tan, ann oll a anavezaz ann drouk-spered. Pep hini, o veza great sin santel ar groaz, en em lakeaz da ober goap anezhan ha d’he gas er-meaz enn eur deurel war-n-han kemend berad a ioa er vuredenn dour benniget. — Paket ounn bet, eme ann diaoul. Kounnar enn-han ken a, e tec’haz dirag ar galloud-ze ; koulskoude ez eaz d’eul lochennik a welet du-hont e riblenn ar mor. N’oa nemet eur bugel en ti. — Va mab, eme ar paour, n’ec’h euz netra da rei d’in da eva ?  — Eo avad, eme ar paotr, setu ama leaz-ribot. — Ken trenk ha ker fall oa al leaz-ma, n’en divije ket bet debret gant ar moc’h. Ar paour, o veza tanveet al leaz, a foultraz anezhan war al leur hag en em daolaz er mor. Arruet enn tu all, ez eaz da skei war dor eunn intanvez. Eunn arne dirollet a rea, ar glao a goueze puill hag ar gurun a c’hourdrouze. — Naoun braz em euz, eme-z-han. — An intanvez, goude eur zell, a anavezaz enebour ann dud. Koulskoude e sonjaz : — An den fall pa’z a da glemm a zo dreist ann holl. — Deut enn ti, eme-z-hi, setu ama peadra da derri ho naoun, ha tan da domma hoc’h izili.  En eur lavaret ann dra-ze, ann intanvez a lakea dirak ar paour eur vasinad vraz a iod. Hag o palarat e-verr gant-hi, en eunn taol-kount e oe lipet ar iod ha diou bodezad leaz kaoulet. — Mad eo ar iod, maouez, n’hellfac’h ket rei d’in kemend-all ?  — Eo, eme ann intanvez, dioc’htu e vezo poaz ar pouloud. — Ha ker buhan e oe lakaet dira-z-han leiz ar vasin-kouez a bouloud hag eur bern krampouez. Eunn nebeut goude, ne choume netra ken da zibri. An diaoul neuze, o sevel diouz taol, a lavaraz d’ann intanvez : — Plijadur vraz hoc’h-euz great din. N’hellfen ober netra evidoc’h ? Nerzuz ounn, ha n’euz forz pe seurt labour, me raio dioc’htu. (En amzer-ze, klevit, ar reier braz ha bihan a weler breman e tu Plougastel a ioa e tu Leon). — Peadra a-walc’h am-euz da zevel va bugale ; va douarou a zo mad, n’em euz poan nemet abalamour d’am amezeien, eme ann intanvez ; sellit oc’h ar vein-ze, ma ne vijent, n’em be netra da c’houlenn. — Ha ne d-euz ken evit ober plijadur d’e-hoc’h ?  Hag o veza tennet he jupenn, Paol-Gornek a gemeraz ar reier ann eil goude eben, hag a daolaz anezho en tu all d’ar mor, eleac’h ma’z int abaoue. FILLOR SANT PER Gwechall-goz, ann Aotrou Doue ha sant Per o veza eat da ober eur bale dre ar bed, a gavaz eur bugel gwezel war ann hent. — Asa, eme sant Per, pec’herien ha tud didruez a zo atao war ann douar, evit doare, kaer hon euz. Mar d-eo mez hag iskiz-meurbed lezel evel-se eur bugelik paour da vervel evel eur c’hi bihan ! Daoust ma kasfemp ar bugel ganeomp ? — Mad ! greomp eta, eme ann Aotrou Doue. — Perik a rank beza he ano avad. — Mad ! eme ann Aotrou Doue. Hogen Perik a zeuaz da veza braz, hag he baeroun a lavaraz, deiz a oe : — Poent eo kaz va fillor da zeski micher pe vicher pelloc’h. — Kent a ze, eme ann Aotrou Doue, lavar da Berik dont aman ma roinn d’ezhan ar c’hras a garo da c’houlenn, abarzs ma’z ai kuit. — Goulenn ar baradoz evit da ene, fillor. — Ne d-eo ket penmoc’h va leue, eme Berik ; me ne d-ounn ket koz c’hoaz ; divezatoc’h me c’hello goulenn pe c’hounid ar baradoz, mar bez red, pa vezinn oc’h ober va zalarou ha dare da vervel. Evit breman eo gwell gan-en, a gav d’in, goulenn kaout eur marc’h faro d’am dougen. Hag e eo roet unan euz ar re wella d’ezhan ; ha Perik en hent avad, ken a findalle war gein he varc’h, el leac’h ma karje Doue he gas. Ar pardaez a zeuaz, ha Perik ne wele, kouls lavaret, berad goulou, pa oe mantret o welet eunn dra evel eur goabrennik a-ispill oc’h skourr eur wezenn, ha ker sklear hag enn deiz enn-dro d’ezhi. Ha Perik ha mont enn aviz tizout peg er goabrennik hag he lakaat en he c’hodel, pa glevaz eur vouez o lavaret : — Arabad mont larkoc’h, paotr, pe as pezo keuz. — Mad ! Mont a reas evelato, ar penn-zot ; ha, goude beza dastumet ar goabrennik en he jakod, ez a enn hent adarre. Evel dre chans e tigouez kerkent e-c’harz dor porz eur maner hag e oe digemeret eno ha dalc’het da entent ouz ar c’hezeg. Hogen o veza ne zeve ket a c’houlou (rak he goabrennik a lakea ar c’hraou ken sklear en noz evel en deiz), Perik a oe tamallet da veza sorser, rag eur mevell all en doa kemeret gwarisi out-han. — Korn butun ! lavar da Berik dont aman, ma welinn ha gwir a leverez, eme ar mestr d’ann hini a ioa bet o flatra Perik. — N’am-boa-me ket lavaret d’id, fillor ? eme sant Per. — Eo avad, eme Berik d’he baeroun. — Lavaret ec’h-euz d’in, eme ann aotrou, e wiez ober sklerijenn hep goulou na tan. Ha gwir eo ann dra-ze ? Lavar. — Ia da, eme Berik, dre vertuz eur goabrennik a gavchoun du-ze er c’hoat ouz eur skourr, p’edoun o tont ama. — Mad ! digaz anezhi d’in heb dale ma welinn ha te lavar ar wirionez. Abenn eur pennad goude, ar mevell trubard a lavaraz d’ann aotrou en doa klevet Perik o lavaret e wie peleac’h edo kastell Biblen, eur brinsez kaer enn-han, hag ez oa goest da vont da gerc’hat ar c’hastell-ze hag a zo a-ispill a-ziouc’h ar mor war beder chadenn aour, ha da zigas anezhan a-bez. — Mad ! lavar da Berik dont ama ma welinn ha gwir eo ann dra-ze. — N’am-boa-me ket lavaret d’id, fillor, lezel ar goabrennik el leac’h m’edo ? — Eo avad, eme Berik d’he baeroun. Me ne ouzounn ket peleac’h ema kastell Biblenn, na biskoaz n’am euz klevet na lavaret menek diwar he benn. — Lavaret ec’h euz, eme ann aotrou, ez oaz goest d’he zegas aman, prinsez hag all, hag enn ober a rankez pe e vezi krouget. — Hag ar paotr en hent enn eur skrabat he benn, ha gwall ankeniet. Setu Perik o vont, taol da vor, taol da zouar, enn avantur Doue, pa zigouez gant eul leon, hag hen kamm broud hag o vont da bucha e-tal eur wezenn gleuz, hag e oe darbet ha darbet da Berik koueza d’ann douar ken dinerz oa eat he galoun o welet al leon iskiz-ze ken tost all d’ezhan, ha keit he voue war he ziou skoaz evel hini he varc’h faro, ha skrij gwelet he zaoulagad evel daou gef tan enn he benn, ha dent braz enn he c’henou. Evel kent, pa gomprenaz oc’h he lost o ficha hag hen ken damoezeg ha tra, Perik a zeuaz enn-han he-unan heb dale. Neuze al leon, o veza tost da Berik, a zavaz eur pao er vann evel pa en diviche c’hoant da lavaret ez oa eunn dra-bennak oc’h he bistiga. Gwir oa, rak kerkent Perik a welaz eur pikol drean e pao al leon. Neuze en em laka, goustata ma c’hell, da lamet ann drean-ze, hag e oe sebezet-maro o klevet al leon o lavaret : — Bennoz Doue, va faotrik mad ; ma es pefe ezomm ac’hanoun-me eur weach bennag, n’es pezo nemet lavaret teir gweach ar c’homzou-man : Roue al leoned, war va ezomm, skoaz d’in ; ha ne zaleinn ket da zegouezout gan-ez. — Greomp vad atao mar gellomp ; drouk a raimp pa girimp, eme Berik o vont el leo adarre etrezeg ar mor. Mad ! degouezout a reaz dre chans e-tal kastell Biblen. Perik ne chomaz ket da varc’hata hag heb dale o skei war ann or. — Petra glaskez aman ive, paour-keaz reuzeudik, eme eur barveg koz a zeuaz da zigeri ann or. Emaoud degouezet el leac’h ma varvi. Kea founnuz enn dro raktal, rak truez am euz ouz-id, ken iaouank ma’z oud. — O klask… klask a rann… o klask kas ar c’hastell-man d’am mestr pe e vezinn lakeat d’ar maro, eme Berik o tenna huanadennou hirr, ha beac’h d’ezhan o prezek, rak aoun en doa da veza lazet gant ar barveg koz. — Mad ! ne d-eo ket gwaz d’id mervel aman eget mervel e leac’h all ive ; Kea ’ta da gaout ar brinsez. P’am-eus sonj… ne d-eo ket arabad c’hoari gant da deod avad, mar gouzoud ober. P’eo eat Perik dirak ar brinsez, hag hen mont ha tenna he dok ha lavaret : — Demateoc’h, prinsez kaera a zo er bed, dont a rafac’h-hu da di va mestr-me ? — Ne d’inn ket avad, paourik-keaz. — Neuze me vezo lakeat d’ar maro, siouaz d’in ! eme fillor sant Per, ann daelou enn he zaoulagad. — Kent a ze, eme ar brinsez, mar gellez dont er-meaz euz ar gampr houarn-ze a vezo alc’houezet war-n-oud, neuze ez inn gan-ez dihana, rak truez am euz ouz-id. P’oe bet Perik eur pennad er gampr houarn, e teuaz da zonj d’ezhan euz ar pez en doa lavaret d’ezhan al leon koz m’en doa tennet eunn drean euz he droad. — Roue al leoned, eme Berik abenn teir gweach, war va ezomm, skoaz d’in ! — Hag e leal, a-veac’h m’en-doa peur-lavaret he gomz diweza, ma klevaz Perik eur mestaol war dor he gampr, hag hi toullet treuz-didreuz. Neuze e c’hellaz Perik mont er-meaz, ken braz oa ann toull, hag hen raktal da glask ar brinsez, ker laouen hag ann heol. Hou-man, o welet pebez den oa Perik, dre ann taol burzuduz-ze, a lavaraz ez oa mall gant-hi mont da welet he vestr. Hag hi enn hent raktal, kastell hag all. An aotrou a oe laouen he galoun ha en bade ket pa welaz ar brinsez : — Breman, Perik, eme-z-han, n’es pezo labour e-bed da ober hiviziken, ha koulskoude ne vanko ket eunn holl vad dit. An aotrou a zimezaz d’ar brinsez, na petra ’ta ! Hogen ne vevaz ket pell goude, ha pa oe maro, ar brinsez a lavaraz da Berik : — Petra ’rinn-me breman ha da beleac’h ez inn-me va-unanik ? Mar kerez, ni zimezo ann eil d’egile ha ne vezo ket nemeur a zrouk, rak me gave gwall goz va fried diouz-in, ha te a zo iaouank ! Ker laouen hag ann heol benniget, hag he galoun o tridal gant ebad enn he greiz : — Prinsez vad, eme Berik, seul gent, seul well ! Ann aotrou sant Per, o veza deut da ober eur bale war ann douar adarre, a ieaz da welet he fillor, hag en devoe kant ebad o welet ar vuez kristen e gwirionez a rene he fillor e kastell Biblen gant he bried hag he vugaleigou ; hag abarz mont kuit, e lavaraz d’ezho e rache ho gourc’hemennou d’ann Aotrou Doue hag her pedje da lakaat ho hanvou war al levr a vuhez. Me eo, eme sant Per, a zo eat da leon evit rei skoaz d’id ha tenna da bried euz a skilfou Satan a ioa bet treac’h d’ezhi. Kenavezo er baradoz !