Kenta Arvest Manati Redon. Eur gambr vras. En daou du, gweleou, kousket enno bugaligou. Ar manac’h GWENNOLL a ya hag a zeu eus eur penn d’ar penn all, o prederia. Selaou a ra, e skouarn ouz eur prenestr, eur FOETER-HENT, o vale er-maez. Ar Foeter-Hent Al loar a zo kaer, an noz a zo skañv. An Aotrou Doue emañ e anal o tremen, henoz, war ar maeziou… Eur steredenn a zo kouezet eus an neñv, e tu ar reter… Eur steredenn a zo kouezet ; eur roue a zo bet divarc’het. Va c’halon a zo diboaniet, rak Breiz a zo digabestret. Gwennoll Breiz digabestret !… Nag a vrud e kêr Redon, bremaik, pa vo savet an heol. Nag a levenez pa zegouezo war ar blasenn. Nomenoe, ar marc’heg holl-c’halloudek, gant e varc’hegourien daer, sounn o fenn, feroni an emgann ha levenez an trec’h en o sellou talarek. Dont a raint da zaoulamm o mirc’hed kuladus, frankaet o fronellou, o moue an avel, tan en o daoulagad hag eonenn war o divesker, ruziet gant gwad an enebourien villiget. Gloar da Vreiz war an douar ha gloar da Zoue e-barz an Neñv evit ar blanedenn gaer a voe tonket d’imp ! (Eur boutad avel a hej stalafiou ar prenestrou). Ene ar roue Arzur o tremen, moarvat. Aotreet eo bet d’ezañ gant an Aotrou Doue da ziskenn e Breiz ha da gaout perz, en hon touez en nevezenti vurzudus. O ! Nomenoe enor ha meuleudi ha gloar d’eoc’h ha d’ho kadourien adalek an deiz a hizio betek an deiz meur ma vo gwelet eur groaz tan o skedi en neñv ha Mab Doue o tiskenn war eur goumoulenn da zont da gemenn d’ar gristenien e vo degouezet fin ar bed… Ouf ! n’eo ket fall. An Awen ha me, ni en em glev evel breur ha c’hoar.Savomp eta buan eur werz ma vo dibabet evit beza lennet war ar blasenn pa zegouezo Nomenoe gant e vrezelourien c’hlorius. Plijout a ray, me ’ zo sur, d’hon tad santel Konwoion hag, er c’henstrivadeg, e teuio ar maout ganin. (O prederia) Ar c’hi a harz er c’hoad, A harz d’e vestr lazet ; E vestr ’ oa gall moarvat… N’eo ket fall. (Sellout a ra ouz ar vugaligou en o gwele). Bugaligou kousket, bugaligou evurus !… Dec’h e oant Gallaoued, hizio int Bretoned !… Bugaligou evurus !… Pet eur eo gant al loar ?… (Hanter zigeri a ra aur prenestr.) Eun eur a zo c’hoaz araok poent an dihun. Ha strakal a rin va daouarn evit o dihun dioc’htu ? Pec’hed eo moarvat o lezel da gousket pelloc’h, rak n’ouzont ket c’hoaz an nevezenti veur. En o c’housk int sklaved, ha, pa zihunint, en em gavint tud dieub. Nann, n’int ket c’hoaz evurus, ar vugaligou gaez, p’eo gwir n’ouzont ket. O dihun a rin ? Nann, arabat, rak, pa soñjan mat, an den kousket a zo an den dieuba ; e spered a nij a wel traou kaer ha na lifer, nag hual, na kabestr ne vir outañ trouc’ha hent. Bugaligou evurus !… Ha mil bennoz d’eoc’h, Gwerc’hez ar Wir Zikour !… Kendalc’homp !… Ar c’hi a harz er c’hoad… N’eo ket fall. Eur Bugel N’eo ket mat. Gwennoll, souezet Hein ? N’eo ket mat ? Ha petra n’eo ket mat ? Ar Bugel Ar c’hi er c’hoad. Gwenoll Eur paour kaezig o huñvreal… Bugale evurus !… Ar c’hi a harz er c’hoad, A harz d’e vestr lazet… Eur Bugel Ne dalvez mann ebet. Gwenoll Oc’ho ! ’Meus aon n’eo ket peurgousket an holl vugaligou… Pe marteze emaint gwasket gant gwall huñvreou ?… Pe marteze c’hoaz, gloar Nomenoe a lugern e noz o c’housk ? An impalaer gall A vo… Eun Trede Bugel …Fall. Gwenoll Gwir eo ; an impalaer gall, galloudek gwechall, a zo aet da fall. Ne dalvez mui netra ebet, hag ar vugaligou-se a gar kement o bro !… (Kenderc’hel a ra). Ar brini lor, ar brini du… Eur Pevare Bugel A zo fall du. Gwenoll Mil malloz ruz ! Ar Bugel Turlututu ! Gwenoll An azen a reont ganin. Paour kaez Nomenoe !… An Holl Vugaligou Oe-oe !… Gwenoll A ! bugale dianket, ker e gousto d’eoc’h. War-sav ! War-sav ! En em wiskit buan, paotred ! Buan ha buanoc’h ! D’an dour ! d’an dour ! Ha te sevel a ri ? (Gwinta a ra eur paotrig eus e wele). Ha ma chom eur bikouzenn e korn da lagad hag eur gramenn adreñv da skouarn, ne zebri epad eur sizun nemet kreun ha bruzun. Ar Bugel, difoutre Kreun ha bruzun eus ar meurz betek al lun. Gwenoll Dal ! da lod ! (Hag e ro d’ezañ eur flac’had ouz kostez e benn). Ar Bugel Oe ! Gwenoll Goap a rez ouzin c’hoaz ? (Hag e ro d’ezañ eun taol troad en e benn adreñv). Ar Bugel Oe ! An Holl Vugaligou Oe-oe ! Gwenoll Mont a rin diot gant ar marmoused-mañ. Ahe ! kuit ac’han ! Buan d’an traoñ ! Eur Bugel, en dour. Kramenn a zo c’hoaz ouz va fas. Gwenoll Ma ! diskenn gant kramenn hag all. Manous eur Breizad n’eo ket reketus da welout. Bretoned omp hizio. Ar Vugaligou, o tiskenn d’an daoulamm gant an diri. Oe ! Oe ! Gwenoll Paour kaez Nomenoe ! Eil Arvest Eur sal-studi. Gwennoll. Ar vugaligou. Gwennoll Lavaromp da genta eur bater hag eun ave evit renta gloar da Zoue ha kinnigomp d’ezañ meuleudi kalonek evit an enor bras en deus graet d’hor bro. Dre e volontez, Breiz a zo bet digabestret ; Breiz a zo diberc’henn. N’hon eus mui war an douar nemet eur mestr : an Aotrou Doue hepken. Klevout a rit, bugaligou ? Lomig Klevout a ran ha kompren ne ran ket. Gwennoll Bugale dientent ! Breiz a zo digabestret, da lavarout eo bet trec’het armeou ar C’hallaoued gant soudarded Nomenoe, ha ne gomprenit ket ? Spontus eo kement-se. Lomig Ha piou eo Nomenoe ? Gwennoll Ha piou eo Nomenoe ? Setu eur goulenn difeson ! Aes eo gouzout, diot ac’hanout ha diot ac’hanoc’h. Nomenoe a zo eur Breizad taer. Ar chas ne dagont ket ar chas ha, pa vez drailh, e tegouez dalc’hmat etre Breizad ha Gall. Emgann a zo bet war gompezenn Ballon ha Nomenoe, e penn ar Vretoned, a zo deût a-benn da danfoeltra ar c’hallaoued e rouantelez an Anaon. Lomig A ! bremañ e komprenan. Bec’h a zo bet etre maout ar Go ha maout ar Gall ; ha maout ar Gall en deus paket lamm. Gwennoll Dres ! Boued pasket a zo flour da zibri. Nemet evit da lakaat a-benn eur wech all da zigeri frankoc’h da ziskouarn hir, te a lavaro hizio epad ar bourmenadenn : me eo ar genaoueka hini a zo maget er skol. Ha taol evez gant aon e chomo prennet da c’henou, eur vunutenn Lomig Me a vez tizet dalc’hmat, e lec’h ar re all. Perig, da Lomig Ha c’houi a vez atao o klemmuskat hag o c’hrignousat. Lomig Grignous ? grignous ? Ha c’houi, daoust ha gouzout a rit piou eo an Nomenoe ? Perig Ya, emichañs. Va breur bras lzidor a ao aet gantañ da vrezelekaat. Lomig O ! neuze eo Nomenoe eun den a netra. Perig Abalamour n’eman ket ho preur o c’hoari gantañ Lomig Fougaser ac’hanoc’h ! A-boan ma anavezit zokenn en « a » ouz an « o ». Arabat d’eoc’h kredi e tifaziñ ho teveriou a-benn ar wech all. Perig C’holala ! hag e kav d’eoc’h en em gavan nec’het evit se ? Gwennoll Peoc’h a vo e penn traoñ d’ar c’hlas ?… Ha bremañ, selaouit ha klevit ouspenn. Hizio ne vo na kentel na dever… Holl Bravo ! Jobig Perak ? Añ hennez a vez atao gant e beragou. Gwennoll Peoc’h en traoñ pe me ho perago bremaik… Ne vo na kentel na dever en enor da Nomenoe… Daou pe dri Gloar da Nomenoe ! Holl Oe ! Gwennoll Ha peoc’h a vo pe ne vo ket ? An hini a vo re hir e deod e savo keuz d’ezañ dizale. Ne vo na kentel na dever hizio. Hogen, p’eo gwir, hervez gourc’hemennou Hor Mamm Santel an Iliz, e tle spered eur c’hristen beza atao war evez ha morse dizoursi, gant aon da veza touellet pa soñjo an nebeuta, c’houi a savo bremañ, pep hini ouz e du, hag hervez e awen, eur werz kaer meurbet en enor da Nomenoe. An hini vrava a vo dibabet gant hon tad Konwoion evit beza lennet war ar blasenn pa zegouezo e kêr ar vrezelourien veur. Ha stagit dioustu gant al labour. Lomig E brezoneg pe e latin e vo savet ? Gwennoll E brezoneg, evel-just ; e brezoneg, penn-da-benn. (Outañ e-unan.) Eürusamant va gwerz-me a vo an hini vrava (Lenn a ra en eul levr koz en deus kavet e tiretenn e daol-skriva). An aour yeotenn a zo falc’het ; Brumenni raktal en deus graet. Argad ! A! ar varzed koz a ouie an doare. Marvel eo ar ouenn anezo, siouaz ! Nag eo kaer !… An aour yeotenn a zo falc’het… Falc’het gant falc’h an Ankou. (Prederia a ra eur pennadig). Emichañs ne Gouarnaro ket ouzin nag ar barz nag an Awen ha ne gouezin ket er pec’hed marvel ?… Rak eur pec’hed bras eo al laeronsi… Kazi-sur zoken, ne gouezin e pec’hed ebet. Ar werz-mañ n’eo ket sinet ; rak-se n’eus perc’henn ebet d’ezi. Hag ouspenn n’emañ ket an ton war ar son ; setu n’eo nemet labour divrazet. Me a lakaio an ton da zegouezout gant ar werz hag evelse, an hanter a vo d’ar barz koz hag an hanter all a vo d’in… Lomig da Berig Ha gwir eo aet ho preur d’ar brezel gant an Nomenoe ? Perig Pa lavaran d’eoc’h. Lomig Ha c’houi a anavez an Nomenoe ? Perig Evel va breur ha va zad. Lomig Evel penaos eo an den ? Perig Ha c’houi a zifazio va deveriou ? Lomig E-giz araok. Perig Nomenoe a zo eun den kaer, eun den bras ; ne gousk na noz na deiz ha biskoaz ne vez skuiz ; e vleo a zo melen, e gleze a zo anezañ bec’h eun den, e nerz a zo trec’h d’eur jao. Lomig N’eo ket neuze eun den evel ar re all ? Perig Nann, n’eo ket eun den evel ar re all. Lomig E pelec’h hoc’h eus anavezet Nomenoe ? Perig Morse n’em eus gwelet Nomenoe ; hogen, gouzout a ran ez eo eun den kaer, eun den bras, eun den kreñv. Lomig Gwir eo, panavet-se n’en dije ket gallet planta lamm d’ar Gall… Nemet dont a ra ganeoc’h ho kwerz diwar-benn Nomenoe ? Perig Dont a ra evel e lost d’ar c’haz ; ne vo ket savet, avat, diwar-benn Nomenoe. Lomig Ha diwar-benn piou ’ta ? Perig Diwar-benn an anduilh. Lomig N’emaoc’h ket mat ? Perig Eo ! Nomenoe en deus gounezet an emgann, ha pa zegouezo e Redon, e vefe eürus o kavout dirazañ eur mell pladad friko n’eo ket ’ta ? Ha ma vefe c’houez an anduilh mogedet er pladad friko, neuze en em gavfe Nomenoe eürus en e groc’hen. Lomig Lakaat a rit an traou da zegouezout evel ma vefent c’hoarvezet… C’houi a oar rimal buan, ha me, war an ton ha war ar son, e choman atao boud. Perig Neuze c’houi a zifazio d’in va deveriou epad eur sizun leun ? Lomig Ober ’ rin ma savit d’in eur werz heñvel ouz ho hini diwar-benn an anduilh. (Perig a skriv hag a ginnig da Lomig eur baperenn). Perig Setu ar pennad kenta eus ar werz ; bremaik, e savin ar pennad all : emañ daoulagad an targaz o para warnomp. (Gwennoll o tont.) Gwennoll N’eo ket echu gant an daou-mañ c’hoaz konta gevier an eil d’egile ? (Outañ e-unan). An aour yeotenn a zo falc’het… Na pegen kaer !… Perak eta e klevan rebechou em c’houstians ? Pa n’oun ket evit kas da benn va C’hi er c’hoad… (Da Berig) : Perak e chomez alvaonet o sellout ouz ar solier ? Ha da werz ? Savet eo ? Perig Savet eo penn-da-benn. Gwennoll Diskouez. (Lenn a ra kreñv). Du-mañ, er siminal, e oa anduilhennou, Anduilhennou druz ha mogedet kaer ; Du-mañ, er siminal, e oa anduilhennou… Siouaz d’imp ! en noz all, ez int aet gant al laer. Du-mañ, er siminal, e oa seiz anduilhenn, Staget ouz ar c’horg ha druz o lugerni… Du-mañ, er siminal, n’eus mui eun anduilhenn, Hag abaoe va zad ’ zo klañv gant an avi. Va zad ouz o gwelout ken kaer, a-istribilh, ’ Lavare ’n eur lipat dija e vuzellou : « Peur e vezint lakaet da graza war ar strilh, Ha peur e tiskennint betek va bouzellou ? » Va zad a chom bremañ mudet gant ar glac’har, Ha ne gar mui tostaat ouz toull ar siminal, Gwasket eo e galon ; en e geuz e lavar : « Me a garfe strilha an anduilhenn vras all. » An eizvet anduilhenn eo va breur Izidor, P’eo gwir eo aet gantañ an anduilhenn all ; Hennez ’ zo eur c’hof bras hag eur galon digor, Eur genou kel ledan ha mantell ar siminal. Izidor en deus rinset kement skalf oa er c’hrog; Hep lezel eun distera gant e dad hag e vamm, Ha goude ez eo kerzet, kent na ganas ar c’hog, War gein ar gazeg c’hell, dre an noz, d’an daoulamm. D’ar brezel e kerzas da heul Nomenoe, En doa touet kas kuit roue ar C’hallaoued. — « Mistri Vreiz, emezañ, a vo me ha Doue, Hag ar Gall ’ vo gwintet, pe amañ douaret. » Bep mintin, en eur sevel, va zad a lavare, En eur lakaat e fri e toull ar siminal : — « Pa zegouezo en-dro soudard Nomenoe, E pako fest ar vaz ma ne gas ket ar Gall. » Hogen, p’en doa gouezet e oamp trec’h e Balon, War an taol e teuas an dour ’n e zaoulagad. — « Izidor, emezañ, ’ zo eun den a galon. Heñ eo va gwella mab, mab d’an eürusa tad. » « Ha c’houi, Yannig ha Fanchig, it ho taou dre ar c’hêriou Ha zoken, ma vez ret, er parreziou, tro dro, Da glask an hini gaera eus an anduilhennou Da frita da Izidor, pa zegouezo en-dro. » N’eo ket re fall an holl, ha farsus eo eun tammig ; hogen, ma talvez beza displeget, en noz, e korn an tan, en eur graza kistin darnet, re voutin ha re boblel eo evit beza displeget dirak Nomenoe ; n’he deus ket dremm eur werz-lid. Kendalc’h evelato, paotrig, kendalc’h. Ma n’eo ket mat hep beza fall, e teuio marteze ar maout ganit, eur wech bennak, pa ne vi mui krennard. An taol-mañ, moarvat da labour n’en deus ket degaset d’it eur c’houezenn. Perig O ! nann ; gant va breur eo bet graet, ha neizeur eo bet degaset d’in en dro d’eul lur amann. Gwennoll Da vreur a oar neuze rimal buan. Perig Ar rimadellou a zeu d’ezañ evel c’hoant staotat d’ar c’hi. Gwennoll Lez ar chas da redek ar c’had… Soñjal a raen : daoust m’eo divalo, re vrao eo c’hoaz evit beza ganet gant eur spered dientent evel da hini. (Sellout a ra ouz Lomig, deût ar c’housked d’ezañ.) Ha da werz, kousker lor ? Lomig, o tivoredi Echu eo. Gwennoll Savet da werz ha te o roc’hal ? Neuze avat eo bet savet gant da ael gwardian ? Diskouez, evelato, ma vo gwelet ha talvezout a ra. (Kemer a ra ar baperenn). Feiz ! n’eo ket gwall hir : peder linenn. Dispar e tle beza. (Lenn a ra). Me a gar an anduilhenn, Hag he c’harin da viken ; Ouz unan hepken e vouzin : Ouz ar mestr a ra skol d’in. O ! Sapientia Domini ! n’emañ ket ar Furnez e korf ar bugel-mañ. Ha ya, paotrig, me eo an anduilhenn ?… Me an… anduilhenn ?… Me… me… an hini eo ? Mil malloz !… (C’hoarzadeg er c’hlas). Keuz a savo d’it, paotrig… Lomig N’eo ket me… n’eo ket me en deus savet anezi, rak n’ouzon ket rimal ha n’ouien ket petra ’ oa warni. Perig, da Lomig Diwallit d’an diskuilh… Gwennoll da Berig Petra ’ larez ? Perig Me ? Seurt ebet. (C’hoarzadeg er c’hlas). Gwennoll Boulc’hurun ! ar peoc’h a vo pe ne vo ket ? (Da Lomig). Ha te, kae dioc’htu da benndaoulina e-kichen va bureo ha da ziouvrec’h e kroaz. (Lomig a sent. Konwoion a zeu er sal-studi. Kerkent, avat, ar vugale a zeu da veza sioul, evel kizier o logota). Konwoion Breur Gwennoll, klevet em eus trouz, amañ, bremaik. Gwennoll O lenn e oan, va zad, ar gwerziou savet bremaik gant ar vugaligou, hervez ho kourc’hemennou, ha pennadou a lakae anezo da c’hoarzin. Konwoion Ne oa ket dleet d’eoc’h o lenn kreñv, breur Gwennoll. Daoust ha talvezout a reont eun draig bennak ? Gwennoll O ! mann ebet, va zad. Konwoion Soñjal a raen, avat, o dije lezet ar c’han hag an diskan gant laboused an Aotrou Doue. Gwennoll Ha goude, e lennis an hini savet ganin, ha youc’het o deus, ken brao all o deus kavet anezi. Lomig An anduilhenn ! Konwoion Hag ar paotrig-mañ war e zaoulin hag e zivrec’h e kroaz ? Gwennoll Lomig an hini a youc’he an herra. Lomig O ! o !… n’eo ket gwir. Gwennoll, da Lomig, goustad. Emaout o klask hopal adarre. Prenn da c’henou, amprevan ! Konwoion, da Lomig Kae da azeza ha chom reiz. (Da Gwennoll). Arabat e oa, breur Gwennoll, lenn ho kwerz d’ar vugaligou… Dalc’hit soñj eo dleet d’eoc’h, pa ne vefe evit an ano a zougit, beza atao fur ha direbech, e Sapientia Domini. Gwenoll N’oa ket evit maga gloar, nemet evit deski d’ezo penaos sevel gwerziou evit meuli an Aotrou Doue hag ar vro. Konwoion Diskouezit d’in ho labour. (Lenn a ra). An aour yeotenn a zo falc’het, Brumenni raktal en deus graet. Argad ! Kaer eo moarvat… C’houi a lavaro, breur Gwennoll, eur bater hag eun ave, gant aon da goueza e pec’hed an ourgouilh. (Gwennoll a vousc’hoarz, eürus.) Gwennoll Hag eun ton brao am eus lakaet war an diskan. (Mouskana a ra eun ton iskis : « La Marseillaise ». An Aour yeotenn a zo falc’het, Brumenni raktal en deus graet. Argad ! (Er-maez, eur foeter-hent a gan ivez a-bouez penn). An aour yeotenn a zo falc’het, Brumenni raktal en deus graet. Argad ! (Gwennoll, chomet berr, a vousc’hoarz glas. Konwoion a sell outañ, eur pennadig hir a-walc’h). Konwoion Breur Gwennoll, n’eo ket gwenn holl ho koustiañs. C’houi a lavaro eur bater hag eun ave evit ho pinijenn… Trede Arvest Leur-gêr Redon gant ostaleriou tro-dro. Paotred o sanka peuliou en douar. Tud o tont d’ar foar gant marc’hadourez ha loened. Eun archer. An archer Maouez, maouez, da belec’h emaoc’h o vont gant ho tañvad ? Naig Da belec’h, den mat ? D’ar foar, evel just. An archer Ne vo ket foar hizio. Naig Eo, foar an deñved a vo. An archer Siouaz d’eoc’h ! ne vo ket foar hizio. Naig Biskoaz kement all ! Hag a-nevez neuze e kêr ? (Yann o tont dre an tu all gant e vuoc’h. An archer a ra tro. Eun paour, en eur c’harr bihan, staget outañ eur c’hi.) Ar paour Truez ouz eur paour kaez den mac’hagnet ha dall. Ha doue ho pennigo er bed all ! Naig, d’ar paour Dal ! gwenneg ar chañs, evit ma vo foar an deñved. Ar paour Doue ho paeo, itron vat, Ha chañs vat d’eoc’h da werza ker ho tañvad. An archer, da Yann Da belec’h emaoc’h o vont gant ho puoc’h ? Yann D’ar foar. An archer N’eus ket foar hizio. Yann Foar ’ vo sur, p’emañ an deiz. An archer, taer Ne vo ket foar hizio. Yann Ha c’houi a lavar traou ’vat. N’eo ket al loened a vanko bremaik war ar blasenn. An archer, taeroc’h Na saout, na denved, na tra. Ne vo ket foar hizio. (Kouerien o tont dre an tu all gant loened pennasket. An archer a red daveto.) Ar paour Truez, va breudeur gristen Ha roit d’ar paour an aluzen. Yann, d’ar gouerien Oc’ho ! degouezet oc’h ivez ? Youen, gant e ebeul Degouezet omp. Pe briz ez a al loened ? An archer Na priz na loened : ne vo ket foar. Youen, o c’hoarzin Hizio emañ foar ar c’hezeg hag araok eun eur amañ e vo kezekenned ha mirc’hed kalloc’h, e-leiz, war ar blasenn. An archer Dont a raint marteze ; gwerzet, avat, ne vint ket. Rak ne vo foar ebet. Youen Pe vo foar, pe ne vo ket, me n’oun ket chalet : en eur zont e kêr em eus gwerzet va ebeul da Jakez ar c’higer. Naig Gwerzet ha paeet ? Youen Paeet e vo mar n’eo ket c’hoaz. Gwelit : touzet eo ar vlevenn, e kroaz, war dailher al loen ; a-benn eur vunutenn amañ, e touchin va gwenneien. Naig, goapaus Pe Youenn pe Jakez an hini a vo tizet ? Setu aze eun divinadenn. An archer, herr Pa lavaran d’eoc’h ne vo ket foar. Na kezeg, na tra. Youen Ha perak ’ta ? (Kouerien en tu all). Yann, d’ar paour Dal ! gwenneg ar chañs evit ma vo foar ar saout. Ar paour Doue ho paeo, va den mat, evit hoc’h aluzen, Hag a rabato d’eoc’h eur pennad pinijenn. (Eur goueriadez gant eur banerad viou.) Madalen Ouf ! na pegen tomm eo d’in. An archer Ha c’houi, maouez ? Madalen Eun diner ar vi. An archer Na diner, na vi. Ne vo ket marc’had. Madalen Marc’had ’ vez atao da zeiz ar foar. An archer Ne vo ket foar hizio. Mont a rin diot o hopal an hevelep tra. Madalen Chesus va Doue ! Ne vo ket foar ? Koulskoude… (Sellout a ra ouz an niver bras a dud deût d’ar foar.) An archer It en-dro gant ho viou. Madalen, o sec’hi an dour-c’houez ouz he zal Setu ’ta ! An archer Ya, tomm eo. Madalen Tomm an amzer ha pounner va fanerad. Viou nao yar o tozvi bemdez epad eiz deiz. (An archer a dro kein. Youen a ro gwenneg ar chañs d’ar paour.) D’ar gêr ez in, pa vo goullo va faner. Ar paour Truez, va breudeur gristen, Ouz eur paour kaez den Ne welo biken Eur berad sklerijenn. (An holl a ro d’ezañ gwenneg ar chañs.) Bennoz Doue d’eoc’h holl. N’ho po na keuz na koll. Naig Dal ! eur gwenneg c’hoaz evit ma vo dreist-holl foar an deñved. Ar paour Doue ho paeo. En ano an tad, ar mab hag ar spered santel. (Lavarout a ra eur bedenn.) Naig Foar ’ vo ! Holl Foar ’ vo ! Madalen Ha marc’had ! Holl Ha marc’had ! Fañch, o tont gant e bemoc’h N’eo ket digor c’hoaz ar foar ? An archer Da belec’h emaoc’h o vont c’houi ho taou ? Fañch Va femoc’h ha me, ni ’ zo deût d’ar foar. (E-leiz a dud). An archer, kollet gantañ e benn Ha c’houi ? ha te ? ha c’houi ? ha te ? ha te ?… Holl, taer D’ar foar ! An archer Pa ne vo ket… Madalen Ne vo ket foar ? Ne vo ket foar ! Setu aze eur ganaouenn ! Holl Setu aze eur ganaouenn ! Madalen Perak ne vo ket ? Holl Ha perak ne vo ket ? An archer Abalamour… Selaouit… Madalen Hennez a zo mezo pe diskiant. An archer O ! o ! hoc’h ano ? maouez. Holl Ne vo ket foar ? An archer Nann ! nann ! nann ! nann ! (Da Vadalen) Hoc’h ano, maouez. Madalen Da sutal ! An archer O ! o ! o ! Holl A ! a ! a ! An archer Amañ ! amañ ! Sikour d’in (Archerien o tont, peb a skourjez ganto.) Mestr an archerien Petra ’ c’hoarvez ? An archer Darbet eo bet d’in… Holl, ha droug en dud Foar ’ vo ! Mestr an archerien Ne vo ket ! An archer kenta, laouen A ! a ! a! Holl Ha perak ne vo ket ? Mestr an archerien Dre urz an Aotrou Eskob ha Maer, hon Tad Santel Konwoion. (An archerien a denn tennou gant o skourjez. Eun tabouliner a zegouez war al leur en eur skei war groc’hen e daboulin. Tenna a ra goude eur skritell diouz e sac’h.) Maivon, gant he fesked Brilli, brilli… brilli fresk… Eun diner ar vrellenn ; eun hanter hini eun dousen pennou sardin. An archer Ho kenou gant ho prilli ! Maivon Brilli a zo em paner hag eun archer brell a zo dirazoun. (An archer a chom berr gant e respont) Sur oc’h chomet diskabell dindan an heol bero. Seza, gant he amann Mall ’ oa ganin beza erru ; aet oan skuiz-maro o tougen va fanerad amann. Aet va c’horf da zour ha va amann da flibous. (Teurel a ra he faner war al leur.) Amann melen, amann druz, amann mat, amann marc’had mat. An tabouliner, goapaer Gwell a ze mar deo marc’had mat ; disteroc’h ’ vo ar c’holl. Drebet e vo sur ; prenet, ne lavaran ket. An archer Setu degouezet mat : amann melen da frita brilli fresk… Seza Ne gomprenan seurt e parabolennou ar re-mañ. An tabouliner Selaouit hag e klevot. (Lenn a ra.) A-berz an aotrou Konwoion, eskob ha maer, ne vo hizio na foar na marc’had : na foar ar c’hezeg, na foar ar moc’h, na foar ar saout… na marc’had yer, na marc’had viou… Madalen Brao emaoun ganti ! Mestr an archerien Peoc’h ! (Strakal a ra e skourjez.) An tabouliner …na marc’had viou, na marc’had amann, na marc’had pesked… (Klask a ra eur skritell all en e sac’h.) Yann Ma n’eo ket evit staga ar c’hezeg hag ar saout, evit petra neuze emañ hennez o sanka peuliou en douar ? Ar c’halvez Eur volz-enor emaoun o sevel. Yann Eur volz-enor ? En enor da biou ? Ar c’halvez Aes eo gouzout ne vo ket savet evit ar saout nag evit ar moc’h… (Pemoc’h Fanch a ya dre zindan) Si ’ta ! pemoc’h fall ! (C’hoarzadeg. Da Fanch) Sko war e vin ma kilo al loen… nemet en enor d’an Nomenoe. Holl Nomenoe ? Nomenoe ? Piou an Nomenoe ? (Merc’hed yaouank gant boutegadou bleuniou ha briadou brulu a dreuz al leur ; kana a reont.) Youen Koll amzer. Yann Koll arc’hant. Madalen Ha petra ’ rin-me gant va viou ? Pask a zo tremenet. Fañch Va gwiz, er mintin-mañ, he deus bet korfad brenn. Eun tamm brao a goll evidoun. Ar paour Truez, va breudeur, ouz ar paour N’en deus nag arc’hant nag aour, N’en deus na kar Na par, Na diner nag aoz Evit tremen an noz. Youen Dal ! daou wenneg evit ma touchin va arc’hant. Ar paour Doue ho paeo. Youen Doue am paeo ? Doue am paeo ? Da Jakez ar c’higer eo d’am paea. Ar paour-mañ a ra goap ouz an dud. (Ar paour a zo aet diwar weled). Holl, taer Foar ’ vo ! Mestr an archerien Peoc’h a vo ? Madalen Ma kred d’eoc’h e tougin en-dro, d’ar gêr, ar viou dozvet gant nao yar, en eiz deiz ? Me ’ zo kustum da vont war droad, o ! Mestr an archerien Degasit ar viou-se, amañ. Madalen Eun diner ar vi. Mestr an archerien Goude e vo gwelet. Madalen Ola ! Ola ! roit d’in va viou en-dro. An tabouliner, kavet gantañ e skritell …Hag an holl dud a zeuio d’ar foar, gwazed ha merc’hed, yaouank ha koz, a ranko chom war blasenn Redon da rei degemer da Nomenoe, evel ma tere, gant youc’hadennou ha strakadeg daouarn. (Ne wel ket gwall sklaer, eeuna a ra e lunedou. An dud a glask en em denna.) Fañch, d’e bemoc’h Si ’ta ! D’ar c’hraou ! Naig, d’he dañvad Deomp d’ar gêr, mennig Yann, d’e vuoc’h C’houst ! Youen, d’e ebeul Hei ! Madalen Roit d’in va viou en-dro. (Jakez ar c’higer, o tont : roched plaket, chupenn mezer du ha gouriz glas.) Youen He ! Jakez, degas d’in va arc’hant ha kemer krog e kabestr an ebeul. D’it eo al loen, korden hag all. Jakez D’in-me, siouaz ! N’oun ket bet prener, hizio. Gwelout a rez emañ gwisket va chupenn sul ganin ha nann va saro zu. Youen Bremaik, war gorre kêr, e oa ganit da saro zu, ha foar hon eus graet hon daou. Jakez Penaos hon eus-ni graet foar hon daou, p’eo gwir ne vo ket foar, hizio, e Redon ? Youen Foar a zo bet graet etrezomp hag ez eus eun testeni : ar vlevenn touzet war dailher al loen, ha… Jakez …Ha lavaret em eus d’it kas en-dro, d’ar c’hraou, da ebeul da larda, rak n’eo ket kuilh awalc’h evit beza gwerzet e stal eur c’higer kristen. Youen Gaouier out ha laer ouspenn, evel an holl gigerien. Distaol da arc’hant pe n’out gour. (Ar c’higer a dro kein.) N’out gour ! n’out gour ! Klevout a ri c’hoaz ano ouzin. (An dud a zo o vont kuit.) Mestr an archerien, d’ar gouerien Ha bouzar oc’h ? N’eus ket lavaret d’eoc’h chom war ar blasenn ? (D’an archerien) Stankit an hentou. (An archerien a sent.) Madalen Roit d’in va viou. An archer Da sutal. An tabouliner, o kenderc’hel …Ha kement loen, kement lur amann, kement vi, kement pesk degaset d’ar foar pe d’ar marc’had, a vo diwallet e kêr Redon, betek ar c’huz-heol, kenkas o defe naon soudarded Nomenoe. Graet e Ti-Kêr Redon gant Konwoion, Eskob ha Maer, d’an 30 a vezeven 845. Dre urs hon Aotrou ’n Eskob ha Maer e stagan ar skritell ouz mogerou an ostaleriou. D’an dud d’ober anaouedegez ganti penn-da-benn. Ker e kousto d’an neb a rogo pe a saotro anezi. Fañch Bandenn voc’h ! Mestr an archerien, d’an archerien Stagit al loened ouz tal an ostaleriou, ha lakait a gostez pesked, viou hag amann. Youen Va ebeul a zo Jakez e berc’henn. Pa soñjan em eus, er gêr, foenn da charreat. Naig Ha me, dilhad fank da brada. Madalen Ha me ’m eus bronn da rei d’am mabig. An archer O ! o ! maouez, c’houi a zo plac’h yaouank koz… Madalen Hag ez oun hag e chomin. An dra-se a zegas d’eoc’h droug-kof ? Mestr an Archerien, d’an Archer kenta Skrivit, archer : dek diner amand d’ar vaouez divergont-se. An archer, laouen Hoc’h ano, maouez, hoc’h ano ? Pevare Arvest War ar blasenn. An hevelep re. Ar breur Gwennoll. Job. Youen, da Yann Peseurt darvoud an diaoul a zo degouezet hizio er vro ? Ha c’houi a gompren eun dra bennak ? Yann N’oun ket kustum da veza dientent, nemet hizio eo tapet va spered genaouek. Ne gomprenan ket eur vulufenn er pez a c’hoarvez. Fañch Dont d’ar foar da zeiz ar foar, ha ne vo ket foar !… Naig Dont d’ar marc’had da zeiz ar marc’had, ha ne vo ket marc’had. Madalen An dra-se a zo eur mister. Maivon Petra an diaoul a sinifi ar volz emeur o sevel war ar blasenn hag en elestr hag ar bleuniou ledet war al leurenn, evel da c’houel ar sakramant, ha piou eo Nomenoe ? Holl Ha piou eo Nomenoe ? Gwennoll, o tegouezeout Mantrus ! mantrus ! n’ouzont ket piou eo Nomenoe ! Maivon Nann, ’vat, ha n’oun ket nec’het c’hoaz. Gwennoll Nomenoe a oa gwechall Gouarner, e Breiz, evit ar Gall ; Hizio Nomenoe, E Breiz, a zo roue. Youen Kompren a ran : an Nomenoe a zo paotr an tailhou. Gwennoll Sevel a rae tailhou evit Bro-C’hall ; nemet, edo o c’hortoz an deiz merket gant Doue evit terri ar yeo ha savetei ar vro, hag ober ouzomp-ni, Bretoned, gwazed dieub. An eur venniget a sonas en devezioù-mañ, ha paotred Nomenoe ha soudarded Karl ar Moal, ar roue gall, a zo bet emgann etrezo e kompezenn Ballon. Ar Vretoned o deus gounezet, Breiz a zo dieubet ha Nomenoe a zo hor salver. Hizio emañ an deiz da lida ar viktor ha bremaik Nomenoe, hor roue galloudek ha glorius, a vo degemeret e Redon gant bleuniou, kaniri, brall ar c’hleier ha son an trompilhou. Holl Diwar goust hol loened, hor pesked, hor viou hag hon amann. Fañch ’M eus aon, manac’h yaouank, ez eus ac’hanoc’h eur paotr leun a zeskadurez hag uzet hoc’h eus moarvat ouspenn foñs eur bragou war skiñvier ar skoliou. Klevit ’ta : daoust hag e Breiz digabestret, ne vo mui savet a dailhou ? Gwennoll E gwirionez, tailhou a vo savet, evel araok ; eun tamm mat nebeutoc’h, a-dra-sur, eun tamm mat nebeutoc’h, hag e kefiou Breiz e vezint miret e-lec’h mont da leunia boujedenn Vro-C’hall evel gwechall. Setu. Holl Ha ! Gwennoll Alvanet e chomit. Holl Ya ! Gwennoll Perak ? Holl Ne gomprenomp ket Gwennoll Ne gomprenit ket ar c’hemm a zo etre an daou gef, hini Bro-C’hall hag hini Breiz ? Holl Nann ! Kef Breiz pe kef Bro-C’hall a zo ingal d’imp, p’eo gwir e paeomp, memez tra… Gwennoll Bretoned digalon ! Holl …Ha kompren a reomp e vo atao goullo hor c’hef-ni. Gwennoll Ne garit ket ho pro ! Yann Da zeiz ar Viktor, me a zo laeret diwarnoun va buoc’hig Durham. Youen Ha me, va ebeul ken flour e vlevenn. Fañch Ha me va gwiz ken lart. Naig Ha me va dañvadez gant he gloan hir a oa da veza touzet en deveziou-mañ. Madalen Ha me melladou viou dozvet gant yer bet gant ar c’hilhog. Maivon Ha me va brilli pesketaet gant an higenn e-tal Damgan. Seza Ha me va amann druz, ribotet d’ar beure. Job Ha me emañ va buoc’h o hala er c’hraou, hag a-benn bremañ marteze he deus kollet he leue. Ha n’oun ket evit mont d’ar gêr, war he zro. Holl Ni a goll holl ouspenn eun devez labour. Youen Eun tamm brao a laer eo Nomenoe. Ya ! eun tamm brao a laer, setu petra eo da Nomenoe. Gwennoll Ha ma vefe goulennet diganeoc’h rei daou ebeul, diou vuoc’h ha daou bemoc’h e-lec’h unan ?… Youen, Yann ha Fañch O tri mil c’hast !… Gwennoll Koulskoude e vefe eun enor evidoc’h kinnig ho loened da veza aberzet war aoter ar Vamm-Vro. Youen ’M eus aon, kloareg, gant ho teskadurez, ez eo kollet ganeoc’h an diweza peadra eus ho skiant vat. Brao eo d’eoc’h prezeg ha kentelia pa n’hoc’h eus ket zoken eun diner da goll. Maivon Ha marteze n’eo ket d’ezañ zoken ar roched a zo war e gein. Gwennoll Eur roched all a zo war da c’hein ha n’en deus perc’henn nemedoun. Maivon Ho kroc’hen ? Aberzit anezi ’ta, war aoter ar Vamm-Vro. Gwennoll Graet em bije a galon vat, nemet n’em boa digarez ebet da vont d’an emgann, rak Nomenoe n’en doa ket ezomm eus soudarded war droad. Ouspenn eur Breton, avat, en deus roet, en deveziou-mañ, e groc’hen ha kroc’hen e varc’h. Maivon Ya ! Izidor an anduilhenn a zo aet d’an emgann gant kazeg e dad. Gwennoll Heñ ha meur a hini all. Maivon Klevet em eus en eur zont d’ar marc’had gant va brilli, en deus kuitaet Izidor ti e dad hag e vamm goude distribilha eun dousen anduilhennou hag eo tec’het dre noz ha dre laer, war gein ar gazeg c’hell Naig E kompagnunez dispar emañ Salver ar Vro. Maivon Koll Izidor ne vo ket eur c’holl bras. Nemet pa zeu soñj d’ezañ eus e gazeg c’hell hag eus e anduilhennou, an tad a ya sot-ran. Gwennoll Ma ne deu ket Izidor en-dro, e vo garanet e ano er peulvaen ha meulet da viken e gwerziou ar varzed. Madalen Kaerat tra d’an den maro ! Seza da Vaivon Ho pesked… Maivon da Vadalen Ho viou… Madalen ha Madalen, da Seza …a vo fritet gant hoc’h amann… war billig ar Vamm-Vro… evit leunia goude-se kof al lakepoded. Maivon, da Wennoll Daoust hag ar brilli, an amann, ar viou, an ebeul, an dañvadez hag ar wiz a vo meulet ivez e gwerziou ar warzed, inosant ac’hanoc’h ? Gwennoll a hej e ziouskoaz Ha drailh ha frailh ; ha freuz ha reuz ; ha kant mil Gall vil, trec’het, o tec’hi… (Eürus) Tan ar c’han, ha taran an diskan. Yann Me n’emaoun ket o vont da chom amañ da selaou an abostol-se o sevel litaniou. Youen N’oc’h ket evit mont d’ar gêr : ho puoc’h a zo pennasket ouz tal an ti all. Yann Me he dibennasko. Fañch Gwelit : an hentou a zo stanket gant kirri a-dreuz, ha diwallet gant archerien e-leiz. Yann Me a roio al lerenn d’ezi etre he divesker ken ma lammo dreist ar c’hleuz mar deo stanket an hent, pe e toullgofo an archerien a gavo dirazi. (Emañ an dud o vont kuit ; an archerien o tont.) Eun archer Penaos ? An dud o vont kuit ? Yann O ! n’emaomp ket ; ne daimp ket d’ar gêr hep hol loened. Madalen Hep va viou. Yann Me n’oun ket evit chom hep lavikat va divesker pe kerkent, e vez maro va zreid hag e kouezan diouz va sav. Eun archer Grit eur pennadig bale war ar blasenn evit divoredi ho kwad ; arabat d’eoc’h, avat, mont da zistaga al loened. Yann, d’an archer O ! ne zistagin ket va buoc’h nemet mont a ran da drouc’ha d’ezi eur bec’hiad melchon ruz. Da genta avat ez an d’an ostaleri, amañ, da c’houlenn an aotre digant ar perc’henn. (Mont a ra d’an ostaleri). Youen Mont a ran ivez d’a c’houlenn eur pochad kerc’h evit va ebeul. An archer It, hag hastit afo. Fañch Ha me… An archer Ha c’houi, eur muzuliad brenn evit ho pemoc’h ?… Fañch Eeün-hag-eeün. An archer Ha goude e vo tro Madalen ; ha goude tro Seza, ha goude tro Maivon. Ha goude en em gavin va-unan war ar blasenn. Aze emaoc’h, aze e chomot. Ma tegouez d’ho kwiz gwic’hal gant an naon, skoit d’ezi war he min ken na davo. (Yann o tont er-maez eus an ostaleri a zistag e vuoc’h). Oc’ho ! arabat distaga al loened. Yann Evit he c’has d’ar peuri an hini eo, rak n’eus ket er verouri melchon trouc’het na da drouc’ha. An archer Ma n’eus ket, he do ho puoc’h eun diouer. (Yann a adstag an aneval hag a zistro d’an ostaleri). Da belec’h emaoc’h o vont ? Yann Da lavarout d’ar perc’henn n’eo ket druz awalc’h ar peuri en e bark. An archer Gouzout a ra petra a zo en e bark hep ma vo lavaret d’ezañ. Deuit amañ en-dro (Yann a dosta en eur c’hrozmolat.) An ostizez, dre ar prenestr Yann, servichet eo da vanne. Yann Emaoun o vont. (Ober a ra tro.) An archer, da Yann Dont a reot amañ pe me a ya d’eoc’h ? (Yann a dosta goustad. Fañch a gouez eus e sav war ar blasenn.) An archer Petra ’ zo c’hoarvezet gant an den-mañ ? Yann Skoet gant eun taol gwad dindan an heol bero. An archer,da Yann It buan da glask ar medisin. Yann Gwell eo dougen anezañ betek an ostaleri evit ma vo skuilhet dour fresk war choug e gil. Eur fozad dour sin a dalvez eur medisin. (Yann, Youen ha Job a grog e Fañch hag a zoug anezañ d’an ostaleri. Madalen, Maivon ha Seza a glask ivez rei sikour. An archer d’ezo :) An archer Ar merc’hed-mañ a glask atao en em lakaat etre treid ar wazed. En em dennit ! (Ar maouezed a chom. An archer da Job :) Daou waz a zo barrek awalc’h evit dougen eun den. (Job a ziskrog. Lezel a ra e dog da goueza.) Job Aotrou Archer, Fañch a zo chomet e dog war e lerc’h ; mont a ran da gas anezañ d’e berc’henn. (Mont a ra.) Fañch, d’an dougerien Diwallit d’ober hirlink d’in dindan va c’hazellou pe e tirollin da c’hoarzin. Seza, da Wennoll It da gerc’hat d’in eur boked geot dreinek a viro ouz an arne da goueza war va amann. (Gwennoll a gutuilh eun dournad geot. Seza a lak geot en he fronellou hag o gwask gant he bizied. Gwada a ra he fri raktal.) Seza O ! aet oun sempl. An archer He fri o wada ? Seza Va fenn o faouta gant an droug. Maivon Eun taol gwad all ! An archer, da Seza It ivez d’an ostaleri da c’houlenn dour fresk. (Seza a gerz war he fouezig. Madalen, Maivon ha Naig a ro skoazell d’ezi.) Mont a ray hec’h-unan. Naig Kazelik-kazelik e daio aezikoc’h. N’eo ket gwir, Seza gaez ? Seza Gwir. (Maivon ha Madalen a ra tro ; Seza ha Naig en em denn, kazel ha kazel.) Maivon da Vadalen Ha ni, amañ, hon diou, hon unan !… Maivon Me n’oun ket evit chom pelloc’h em sav. An archer Ha c’houi a zo klañv, ivez ? Maivon Klañv ha gwall glañv, siouaz ! Mez am eus. An archer Eur c’hleñved mezus eo moarvat ? Maivon Mezus kenañ, aotrou archer… Gwelit pegen stardet eo va c’horkenn… An archer N’em boa ket taolet evez : o tougen emoc’h ? Maivon Evit an ugentvet gwech, siouaz d’in ! Hag emaoun hizio war an navet miz. Buhez ar gwragez war an douar a zo penn-da-benn eur menez kalvar. An archer Hag oc’h deût evelato d’ar foar ? Maivon Da gavout ar medisin, aotrou archer. An archer O ! gouzout a ran pegen start eo dougen bugale ? Da zek mab oun bet tad, hag e-keit ma veze va gwreg o tougen, e veze ret d’in soursial ouz labour an ti goude graet labour ar park. Maivon C’houi a zo eun den a galon. An archer Re a galon. (Maivon en em glemm.) Emoc’h o vont da glañva ? Maivon Kasi sur ; n’oun ket evit chom pelloc’h em sav. Emaoun o vont da vankout ma ne azezan ket. An archer Deuit ganin ma kasin ac’hanoc’h da di ar medisin. Maivon N’oun ket evit mont da di ar medisin p’eo gwir n’em eus ket eur gwenneg zoken em godell. Arc’hant va brilli a oa evit paea ar medisin ha va brilli a zo bet dalc’het diwarnoun. Madalen Pec’hed eo ivez derc’hel viou war goust eur baourez kaez. An archer, da Vaivon Rei a rafen d’eoc’h ho prilli en-dro, nemet n’eo ket me eo ar mestr ; hag, ouspenn, ne gavot ket gwerz d’ezo. Ostiz an Trilonk a bresto d’eoc’h moarvat ar peadra. It d’e gavout. Maivon Mont a ran ; hoc’h ali a zo ali eur c’hristen mat. An archer Pouezit war va brec’h : aesoc’h e vo d’eoc’h bale. Maivon O ! mont a rin va-unan ; me a zo boazet ouz ar boan hag ouz ar vizer ; hag, ouspenn, ma tegouez d’eoc’h beza gwelet gant ho mestr, e viot gourdrouzet, moarvat. Doue ho pennigo evelato, aotrou archer. (Mont a ra da ostaleri an Trilonk.) Madalen O ! aon am eus amañ, va unan, hep eur c’hristen em c’hichen, ha gant an diaoul ebarz va c’halon. An archer C’houi a zo o klask ober an diodez ; hogen, amañ e chomot. Madalen Sur awalc’h, n’oun ket bet gwall fur hizio. En eur zont d’ar foar, em eus graet an diodez. Pilet oun bet e foz an hent bras gant eur foeter-hent, ha bremañ en em gavan e stad a bec’hed marvel. An archer Mar doc’h bet pilet ha gwallet, ar pec’hed a zo d’ezañ. Madalen Da genta e oa d’ezañ ha goude d’imp hon daou, rak kemeret em eus ivez plijadur. Gwennoll O ! maouez fall. An archer, da Wennoll Ha te a zo aze ivez ? Madalen Ya, eur vaouez fall, siouaz d’in ! Keuz am eus avat ha doñjer ouz va fec’hed bras ; ha mall ’ zo warnoun mont d’an iliz da walc’hi va ene lor er gador-govez ha, goude, e dour ar binijenn. An archer Mat a reot. Madalen Mont a ran eta, war eeün. An archer Ne viot ket kovesaet bremañ ; n’eus beleg ebet en iliz. Madalen Amzer en em brepari… An archer Grit sin ar groaz war ar blasenn ha skoit war ho peultrin, dirak Doue araok ober dirak ar beleg er gador-govez. Madalen N’oun ket evit ober, gant dremm eun archer dirazoun. An archer Ha perak ’ta ? Madalen Abalamour ne garan ket an archerien hag en eur welout dremm unan dirazoun e sevenan war an taol eur pec’hed marvel a gasoni. D’an iliz ez in. An archer Gwelet e vo. Madalen O ! den fallakr ! mirout ouz eur vaouez da vont da govez !… Ma kouezan amañ, dindan an heol bero, skoet gant eun taol gwad, e vo daonet va ene. Hogen ma ’z an gant an diaoul, e pedan an Aotrou Doue da zaona ac’hanoc’h ivez. An archer Maouez, maouez, it buan d’an iliz ; it dillo da govez ! (Madalen en em denn.) Madalen Araok ma vezo kavet war an douar eun archer e spered digor, e vo degouezet fin ar bed ; nemet hemañ, a gredan, a zo e-touez ar re c’henaoueka bet krouet a-viskoaz gant an Aotrou Doue. Ma kemerfe korf, en e spered, an holl sotoniou am eus roet d’ezañ da gredi, n’eo ket eur penn a vefe war e choug, nemet eur varrikenn. (An archer en deus troet kein ; Madalen a red d’an ostaleri.) An archer Hag e choman va-unan, war ar blasenn, hag oun bet lakaet gant va mestr da ziwall al loened hag an dud… Gwennoll Me a zo amañ ivez ; setu emaomp daou. An archer Eur c’hloareg ne gont ket. (Outañ e-unan) Va-unan war ar blasenn, gwelloc’h em bije kavet en em gavout gant unan all bennak hag ober ganti eur pec’hed marvel e foz an hent bras. Gwennoll, dinec’h Tan ar c’han ; Taran an diskan. Klevout a rit, archer ? (An archer, imoret, a dro kein.) An archer Me a roy d’it diskan, bremaik. (outañ e-unan) Mont a ran ac’han da ziwall ar c’hirri ; aesoc’h e vo d’in. (Mont a ra kuit. Eur gedour o tont gant eul luned hir : ken hir hag e gorf. Sellout a ra ouz eur skeulig, sko ouz lost an doenn.) Ar gedour Ha petra a welin-me diwar lein ar skeul vihan-se ? Eur c’halvez ne oar ket, e fesoun, ez eo ret d’eur gedour pignat uhel, uhel, el laez, evit gwelout pell, pell. Aes eo gouzout n’eo ket bet er skol. Gwennoll Ne c’hellfe konta nemet war e vizied niver ar bazinier en e skeul. Ar gedour, o konta Dek pazenn. Dek ha dek a ra ugent. Ugent a oa ret. Gwennoll Gwir, gant ugent pazenn e vez unan eun hanter uheloc’h eget gant dek. Ha gwelout a reer eta eun hanter pelloc’h ? Ar gedour Kavout a rae d’in e oac’h bet er skol ; ’m eus aon avat, n’oc’h ket bet hiroc’h eget an daolenn genta. An dek pazenn genta a zo, ouspenn dek, pell diouz an ugent. Selaouit : gant dek pazenn ne welin tra, p’eo gwir, diwar c’horre ar skeul, ne dizin ket c’hoaz lost an doenn ; ha gant dek pazenn ouspenn e welin, dreist an doenn, betek penn an dremmwel… Ne oa ket eun divunadenn. (Gwennoll a dro e gein, feuket. Ar c’halvez a dremen, eur plankenn gantañ war e skoaz.) He ! kalvez ! Klev ! Petra ’ welin diwar c’horre ar skeulig-mañ ? Ar C’halvez Lost an doenn, evel just. Eus lost an doenn e pigni gant da grabanou war c’horre an ti ha goude war c’horre ar siminal. Hag ac’hano e weli an dremmwel. Ne oa ket eun divunadenn. (Ar c’halvez en em denn). Gwennoll, o c’hoarzin goap ouz ar gedour Hi ! hi ! dek pazenn a zo awalc’h, ne oa ket eun divunadenn. Eul labous ha ne oar ket an tu da bignat d’e glud !… (An Aotrou Konwoion, gant e zilhad aour hag e vaz eskob.) Konwoion, d’ar gedour N’emaout ket c’hoaz war c’horre ar siminal, ha marteze emañ tost soudarded Nomenoe ? (Ar gedour a bign er skeul ; Konwoion a sell en-dro d’ezañ). Penaos ? Den ebet war ar blasenn ? Gwennoll Eo, me. Konwoion Eur c’hloareg ne gont tra, nemet pa vez er skol. Gwennoll Unan all bennak en deus lavaret an dra-se d’in bremaik… Konwoion Va-unan war ar blasenn !… Koulskoude eo stanket mat an hentou gant ar c’hirri ha diwallet gant archerien. Al loened a zo stag ouz an tiez… Da belec’h eta eo aet ar gouerien ?… Gwennoll Darn a zo aet da gavout ar medisin, darn da gavout an apotiker, ha darn all da govez. Konwoion Souezet oun e teuont da govez e-kreiz ar sizun, ken lezirek ma ’z int da zont da zerc’hent ar goueliou-berz. Gwennoll Eur vaouez he deus graet eur pec’hed mezus en eur zont d’ar foar ! Konwoion ’M eus aon eo bet kovesaet war ar blasenn, araok mont d’an iliz ? Gwennoll Ya ! an archer en doa c’hoant da c’houzout. Konwoion Ha c’houi, da glevout. Ar pec’hed a zo d’eoc’h. Gwennoll O ! ne c’hell ket beza, ne c’hell ket beza, Aotrou ’n Eskob… Ar pec’hedou-se a vez atao d’ar merc’hed. Konwoion Mat, mat… It d’an iliz, ha goude, da di ar medisin, ha goude da di an apotiker, ha degasit d’in eus ar gouerien, klañv hag all o c’horf pe o ene. Ar c’hloc’her, o tremen Mont a ran da seni an añjelus. Konwoion, d’ar c’hloc’her Da unan emaout ? Ar c’hloc’her Va mab hena a zo o tont war lerc’h, gant alc’houeziou an iliz. Konwoion Ha prennet eta eo doriou an iliz ? Ar c’hloc’her Sparlet int gant barinier houarn ha prennet ouspenn gant an alc’houeziou abaoe an oferenn vintin. Kemennet hoc’h eus d’in, Aotrou ’n Eskob, prenna doriou an iliz, da gement devez foar, abaoe m’eo bet laeret an arc’hant eus kef sant Yann Vadezour. Konwoion Mat a rez senti ouz va gourc’hemennou evel ouz gourc’hemennou an iliz. Hogen, mar deo prennet an noriou, n’eus den ebet en iliz ? Ar c’hloc’her O ! den ebet, Aotrou ’n Eskob. Gwennoll Piou a welan o vont du-hont, gant ar straed ?… Ar medisin hag an apotiker !… Gwelit, Aotrou ’n Eskob. Konwoion Neuze, n’eus den ebet en o zi ; da lavarout eo, den e ti an apotiker, den e ti ar medisin ha den ebet en iliz. Gaou hoc’h eus lavaret d’in. Gwennoll Neuze, me an hini a zo bet gaouiet da genta. Konwoion Kit gant ar c’hloc’her da seni an añjelus. (D’ar c’hloc’her) Brall an tri c’hloc’h epad eun hanter eur, evel evit Te Deum bras. (Ar c’hloc’her a sell gant fae ouz ar manac’h). Ar c’hloareg-mañ a vrallo ar c’hloc’h bihan… Ha me a zo o vont d’ober an dro d’an ostaleriou da glask ar gouerien. Pempvet Arvest En ostaleriou. Ar gouerien, gwazed ha maouezed oc’h eva hag o c’hoari ’ c’hartou hag o kana. Madalen N’eo ket c’houi, Yann, eo bet darbet d’ho preur mont ivez da archer ? Yann Mont da archer pe da vengleuzier, da zibab en doa, rak re vihan e oa an tiegez evidomp hon daou abaoe m’hon eus, en hevelep deiz, kemeret an diou c’hoar da bried. Dre ma oan ar breur hena, an tiegez a oa d’in da dalvezout. Madalen Hag e tibabas ho preur mont da denna an tao eus ar mengleuziou ? Yann Dre geuz ha dre ret… An nozvez kenta p’edont en o gwele, hag o vont da seveni gant furnez sakramant ar briadelez, e wreg a reas d’ezañ toui na vije ket aet biken da archer. — « Goulennet em eus va flas, emezañ, gwall nec’het. — « Te a nac’ho da blas, emezi, araok ma vin, penn-kil-ha-troad, gwreg d’it, dirak Doue. Ma ne blij ket d’it, me a yelo warc’hoaz vintin, da gavout an Aotrou Konwoion da c’houlenn gantañ an divorza. » Va breur, tommet e wad, ha mall gantañ beza dimezet, penn-da-benn, a asantas hag a douas mont da labourat er mengleuziou. Va c’hoar-gaer, laouen bras, a ziskouezas d’ezañ, neuze, eur valetenn a-istribilh ouz ar voger ha, war-c’horre an armel, eur podig houarn, ruz-livet. « Er valetenn-se, emezi, e lakai bara amanennet hag, er podig, soubenn vat. » Hag, en eur ziroll da c’hoarzin, va c’hoar-gaer a lazas ar goulou… Ha goude, en denvalijenn, e voe bet eun abadenn c’hoari ha pokat. Antronoz vintin, kerkent dibikouzet gantañ e zaoulagad, va breur a savas diouz e wele, imoret fall kenañ. Krediñ a rae d’ezañ e oa bet c’hoariet, neizeur, gant e wreg, hag en eur soñjal en amzer da zont, en doa keuz ha kerse d’e vuhez paotr yaouank… ha d’e dog archer moarvat. Va c’hoar-gaer a lavaras d’ezañ n’he doa dastumet, e-keit ma oa bet matez, e ti ar juloded, nemet eun nebeut gwenneien, peadra da brena ar pep reta ; ha setu e tigase d’ezañ, evit e lodig, eur podig ruz hag eur valetennig wenn. En eur zimezi d’eun archer, e vije deut davetañ gant he daouarn goullo ha ne gave ket se eun dra a-zoare. O klevout kement-se, va breur a grafinas e benn, evel ma ne vije ket bet dilaouet e vleo abaoe e bemp bloaz. — « Ma ne vezan ket archer dindan ar gouarnamant, e vezin archer em zi, » emezañ, e kounnar bras. Hag edo o vont da vanna a-dreuz ar prenestr maletenn ha pod ruz, pa grogas e wreg en e vrec’h. — « En ano Doue, emezi, na vrev ket ar werenn pe, henoz, en hor gwele, ni a vezo skournet… Pe, ma he brevez, me a ya war-eeün da glask an archerien.» — «Eun archer, eun archer, em zi, emezañ, fuloret… Sur, ne deuio ket dre doull an nor ; ha, ma fell d’ezañ astenn e benn er prenestr, me hen dic’hougo raktal. » Hag e kemeras ar gontell gamm a-zindan an dorz vara. — « Va gwazig, va gwazig karet, a lavaras neuze ar vaouez, gant he floura mouez, te a zo eun den a galon vat. Hogen, gwall brim war eun dro. Sell ouz da zremm er melezour. Dourn prim ha kalon vat, a vez lavaret. ma vefe lakaet eur sabrenn etre da zaouarn, te a rafe gwalleuriou. » — « Gwir eo, a lavaras hen, rak ma pakfen eul lank bennak o laerez pe oc’h ober droug d’an nesa, me hen toullgoffe hep damant ebet. » Sellout a reas dre ar prenestr evit gouzout pet eur ’ oa pelloc’h ; gant e gontell gamm e trouc’has eun tamm bara penn-da-benn d’an dorz hag e ledas warnañ eur bisadenn amann, rak ne oa ket bras ar pladad, hag e taolas las e valetenn dreist e choug. E wreg he doa aozet d’ezañ eur soubenn rous er podig ruz hag, evit ar wech kenta, va breur a yeas da labourat d’ar vengleuz. Hag abaoe, an tao a zegas bara en ti. Setu, Madalen, istor va breur. Ouspenn kant kwech, moarvat, em eus displeget anezi, betek-hen. Madalen Kaer eo da selaou. Koulskoude ne oan ket o soñjal e vije bet displeget d’in hizio… Pa lavaren d’eoc’h : N’eo ket c’houi, Yann, eo bet darbet d’ho preur mont ivez da archer, ken d’eoc’h beza lavaret d’in : ya, ha netra ken. Respontet em bije : gwell a se evitañ hag evit e familh p’eo gwir en deus nac’het e blas. Yann Gwell a se evitañ, marteze ; evit e familh, avat… Madalen Evit e familh e vije bet eun dizenor ruz… Eun archer n’eo ket eun den : kredit ac’hanoun. En eur veva atao e kompagnunez an dud fall, penaos e c’hellfe e spered chom mat ? Me a lavar d’eoc’h, e galleg fraez : eun archer a zo eun den foutu. Evit d’ezañ da genta da veza eur spered uhel, e teu, bep eun tamm, da veza eur mell genaouek. Hag es eo kompren : kenta tra a vez graet d’ezo eo spaza o spered. Holl, o c’hoarzin. Spaza d’ezo o spered !… Madalen Ya ! spaza o spered. Ma n’ouzon ket penaos, gouzout a ran avat, e vez graet. Seza Dre sorserez marteze ? Maivon An archer genaoueka, an hini a zo war ar blasenn… Ar maout a yafe gantañ, ma vefe kenstrivadeg. Fañch Na hopit ket ken herr ; me a zo bet skoet gant eun taol gwad. Yann Ha me am eus kroget en ho penn. Youen Ha me en ho treid. Yann ha Youen Hag hon daou hon eus douget ac’hanoc’h… betek ti ar medisin !… (Diroll a reont da c’hoarzin.) Holl Dour fresk, dour fresk war choug e gil ! Fañch Dour fresk war choug va c’hil ha chufere e toull va gouzoug… (Eva a ra eur skudellad. Da vestrez an ti) : Goullo eo va skubell. Job Panevedoun, e oa kollet e dog boulouzenn, bloukenn hag all. (C’hoarzin a ra). Seza Va fri o wada ; va genou oc’h eva… Naig Ha me o rei skoazell da zougen ha da eva… Maivon Ha me a zo dougerez ! Madalen Ha me a zo pec’herez ! Maivon Eiz miz hanter o tougen… va brilli em c’horkenn. (Tenna a ra ar brilli a zindan he c’horkenn.) Madalen Ha me am eus graet eur pec’hed bras, er beure-mañ, e foz an hent bras !… Holl E foz an hent bras, pec’hed ar vamm Eva. Evomp da yec’hed ar paour kaez Eva. Fañch, Youen, Yann ha Job Evomp e ti ar medisin. Seza ha Maivon Evomp e ti ar medisin. Madalen Ha me a ev, en iliz, e-tal ar gador-govez. Maivon Hag an archer-se en deus kredet ac’hanomp !… Madalen Evomp da yec’hed breur Yann, p’eo gwir e nac’has mont da archer. (Eva a reont ; mestrez an ti a ziskarg d’ezo chufere en o skudilli.) Holl o kana hag o korolli Gwell eo o ! gwin gwenn barr Na mouar ! Gwell eo, o ! gwin gwenn barr. Tan, tan, dir o ! dir… (Hag all). (Goude, ar baotred a azez ouz taol). Yann Ae ! paotred, kendalc’homp gant ar c’hoari ’ c’hartou. D’in eo an dourn. Youen Ha d’in da drouc’ha. Yann Ha d’in da c’hoari… (C’hoari a ra) An dek pikez. Fañch Ha petra ’ c’hoariin-me ? N’em eus ket zoken eur gartenn vat. Maivon Kartenn vat ebet, hag e welan tri roue en e c’hoari ! Fañch Tri roue ? Tri Nomenoe moarvat. Kartennou fall ruz. Ne c’hoariin ker gant Nomenoiou. (Banna ’ ra e gartennou war an daol.) Holl o kana adarre hag o korolli Gwell eo o ! gwin gwenn barr Na mouar ! Gwell eo, o ! gwin gwenn barr. Tan, tan, dir o ! dir… (Hag all). Fañch Eun taol gwad dizañjer ha marc’had mat. Yann Ha me da zoug dre da choug. Youen Ha me kement all dre ar penn all. Yann, Fañch, Youen ha Job Ar medisin… Seza …Va fri o wada… Maivon …Ar medisin ha va brilli… Madalen …Va fec’hed marvel hag an tad kovesour… Holl …O deus kemeret lojeiz e boulienn an archer. (C’hoarzadeg. Eva a reont. Yec’hedou. Kan ha koroll.) Gwell eo o ! gwin gwenn barr Na mouar ! Gwell eo, o ! gwin gwenn barr. Tan, tan, dir o ! dir… (Hag all). (An Aotrou ’n Eskob a dremen, er-maez, e-biou d’ar prenestr.) Holl Pssst ! An Aotrou Konwoion ! (Konwoion en ti). Konwoion Safar ha cholori e gleven bremaik, en ostaleri an Trilonk. Den ne respont bremañ ? Gwall sioul ha gwall davedek oc’h deût da veza war eun dro, evit beza dibec’hed… Atao en ostaleriou, hag atao an hevelep re : Yann, Youen, Fañch, Job ha maouezed zoken. Mezus eo : Madalen, Seza ha Maivon… Fañch An heol a zeve war ar blasenn, Aotrou ’n Eskob, ha sec’hed a oa deût d’imp. Konwoion Hag eo diaes chom hep eva ? Fañch Ken diaes ha derc’hel eur bramm war beg eun ibilh, respet d’eoc’h, aotrou ’n Eskob. Konwoion Ibilha ’ rin ho prammou, me. (Rei a ra d’ezañ eun taol troad en e benn adreñv.) Fañch Bennoz d’eoc’h, aotrou ’n Eskob. (Fañch a chom azezet.) Konwoion, da Yann Ha c’houi a zo bet skoet gant eun taol gwad ? Yann Feiz, bet darbet d’in, aotrou ’n Eskob. Konwoion Ha gant an heol o tevi, fri Seza a wade ?… Seza Darbet d’ezañ, e gwirionez, aotrou ’n Eskob. Konwoion Darbet d’ezañ… Darbet d’in… Ha c’houi Maivon, ha kavet hoc’h eus ar pez hoc’h eus kollet ? Maivon O ! Aotrou ’n Eskob, n’em eus na kavet na kollet… Konwoion N’eo ket c’houi a oa dougerez, bremaik ? Ha Madalen bet darbet d’ezi, hervez ma lavare ?… Ha ! bremañ e stouit ho penn hag e chomit dilavar ?… Eur vez eo d’eoc’h… Selaouit eta… Me a zo apotiker, medisin ha kovesour, ha setu amañ al louzou… (O boutaoui a ra.) Savit ha distalit ! Koll a ran amzer o sermoni, bep sul, diwar-benn ar vezventi… N’oc’h ket evit disterna zoken. Yann, pet bailhad hoc’h eus evet, pelloc’h ? Yann, en eur vesteodi O ! n’em eus ket evet, hizio, ouspenn dek skudellad. Konwoion Chufere bervet mat ? Yann Jistr plat, aotrou ‘n Eskob. Konwoion Hag ar jistr plat a vir ouzoc’h sevel ? Yann Emaoun savet em sav, aotrou ’n Eskob… Konwoion Ne welit kel zoken ho stad. Yann Gwelout a ran kenkoulz ha ma klevan, ha me a lavar d’eoc’h emañ ho paz eskob war ho penn hag ho poned kornek en ho tourn. (Konwoion a ro d’ezañ eun taol baz war e benn.) Konwoion Setu aze war ho penn, ar vaz a welit war va hini. Plijout a ra d’eoc’h ? Yann Ya, ya, aotrou ’n Eskob. (Mont a ra er-maez.) Konwoion Ar gwella louzou evit ar baotred-mañ a zo ar votez hag ar fust. (Rei a ra eun taol baz-eskob da Fañch.) Fañch Sevel a ran, aotrou ’n Eskob. (Ober a ra an azvan da sevel.) Konwoion Ha c’houi, Fañch, n’oc’h ket savet c’hoaz ? Fañch Eo, eo, aotrou ’n Eskob ; emaoun aet kuit. (Fañch a sav hag a azez war eun dro.) Konwoion Ha Youen Youen Eur bannac’hig am eus c’hoaz da eva. Konwoion Na bannac’h na tra. Youen Komandet eo. Konwoion Mar deo komandet, me a baeo. Kuit ! Youen Emañ an itron o tont gant he ficher. An ostizez Setu amañ, Youen, chufere nerzus. (An Aotrou ’n Eskob a grog er picher hag a lonk ar chufere.) Konwoion Doue ho paeo, itron Youen Bremañ avat, ez an war-eeun d’ar blasenn. (Da Fañch) N’ouzoc’h ket an enor bras en deus graet d’in an aotrou ’n Eskob ? Fañch Nann, ’vat. Youen An Aotrou ’n Eskob en deus evet va banne. Konwoion, da Fañch Ha c’houi e chom staget ho reor ouz ar skaoñ ? Fañch Banneou am eus evet, hag unan all am boa c’hoaz da eva… (Kinnig a ra e vanne d’an Aotrou ’ n Eskob.) Evit anezañ, Aotrou ’n Eskob, evit ober plijadur hag enor d’in. (An Aotrou ’n Eskob a grog er skudell hag he bann ouz darou al leur-di. Fañch o vesteodi.) Bennoz Doue… Aotrou ’n Eskob… re em boa… evet… An ostizez O ! va skudell ! Konwoion Peoc’h d’in gant ho skudell, pe n’ho pezo ket ho pask, er bloaz a zeu. (Kemer a ra krog en everien ha gwinta a ra anezo er-maez a daoliou baz hag a daoliou treid.) Er-maez ! er-maez ! pe, amañ, e vo emgann Ballon, bremaik. (Cheñch a ra penn d’an taoliou ha d’ar skiñvier.) An ostizez O ! Va skudilli ! Konwoion, d’an ostizez N’en em chalit ket : ho kwaz, evit e gargou, a raio, evit an digoll, eun devez labour nebeutoc’h war an hent bras. An ostizez Daou zevez hoc’h eus lavaret, Aotrou ’n Eskob ? Konwoion, taer C’houi a gomz, maouez, dre c’haou ha dre laer… Kent, ho kwaz a rae pemp devez ar bloaz war an hentou bras ; hiviziken avat, e raio dek devez leun… Klevet hoc’h eus ?… Kousta a ra kaer ober bisk gant an Aotrou ’n Eskob… (D’an everien.) Hag an hini ne vo ket en em dennet, a-benn eur vunutenn amañ, eus ostaleri an « Trilonk », a raio dek gwech dek. (Ar gouerien en em denn, prez warno.) Servichit d’in, ostizez, eur banne flip ; eur mell banne. Dont a ra tomm d’in o klask furaat an dud sot. (An ostizez a ziskarg d’ezañ eur skudellad flip. An Aotrou ’n Eskob a ev.) Rabati an ran d’ho kwaz eun devez labour leun. D’an navet devez eta, kerkent aet an heol da guzat, e sammo war e skoaz e drañch hag e bal hag e vo graet gantañ e zeveziou kargou betek ar bloaz a zeu. An ostizez Nao devez labour leun, elec’h pemp evel kent… Emberr, en ti-mañ me ’ bako bazadou… C’houec’hvet Arvest War ar blasenn Konwoion Eur vez eo gwelout stad an dudou-mañ… Ar re a zo gleb o bragez a zo pedet d’en em guzat a-dreñv ar re all. (Ar gouerien a sell an eil ouz egile.) Daoust hag hoc’h eus klevet ?… A-dreñv !… Ha c’houi, Seza, ha c’houi, Maivon, ha c’houi, Yann, araok. (Yann ha Maivon a gil.) N’eo ket a-dreñv ! araok a hopan d’eoc’h ! Yann Me a zo gleb va bragez. Konwoion E-pelec’h, neuze ? Yann A-dreñv. Konwoion An tu adreñv ne sell ket ouz an tu araok. Chomit el lec’h m’emaoc’h. (An holl a glask kila hag en em denna eus ar blasenn, hep beza gwelet.) Chom a reot el lec’h m’emaoc’h ? Boulc’hurun ! A ! kompren a ran : an tu adreñv a zo tostoc’h ouz an ostaleri. (Da Wennoll.) Kloareg, it da sparla doriou an ostaleriou. Gwennoll Ma sparlan an noriou, Aotrou ’n Eskob, dre belec’h eta e teuin-me er-maez ? Konwoion Dre ar prenestr. Gwennoll Dibrenn ar prenestrou, ne vo droug ebet. Toullou ar prenestrou a zo re striz evit korf ar beizanted. (D’ezañ e-unan :) A ! ma vije bet ar baotred-mañ gant Nomenoe, en emgann Ballon, furoc’h e vije bet d’ezañ mont da goc’ha war gribenn eur menez. (Sellout a ra ouz an heol.) An abardaez o tont. Hep ! gedour ! ha tostaat a ra soudarded Nomenoe ? Gedour, bouzar out ? Ar gedour, moredet war c’horre eur siminal Hoo ? Konwoion Emaint o tont ? Ar gedour Petra ? Konwoion Me da betraio, bremaik. Kloareg ! kloareg !… (Sellout a ra en dro d’ezañ.) Pelec’h ar c’hast emañ ar c’hloareg-se ? (Hopal a ra, ken a gren kement den war ar blasenn.) Gwenn… oll !… Gwennoll, a bell Y…a ! (O tont.) Petra a zo c’hoarvezet, Aotrou ’n Eskob ? Konwoion Asa ! hemañ a vez atao e betra… Gwennoll Eus va gwerz hoc’h eus ezomm, Aotrou ’n Eskob ? Konwoion Klevit !… Pa vo savet ganeoc’h ho kwerz, kan ha diskan, adskrivit anezi war baper seiz, ha, warc’hoaz, el liorz, d’ho plegadenn vintin, ec’h arboellot evelse eun nebeut deliou kaol. Daoust ha prennet hoc’h eus dor eun ostaleri bennak ?… Gwennoll Ya ; hini an « Dour Benniget ». Konwoion Hini an « Dour Benniget » !… N’eus ket en ho penn daou wennegad a skiant prenet. Prenna eun ostaleri ken kristen ! N’ouzoc’h ket ez a va c’harabasenn da brena di he sukr, he c’hafe hag he butun malet, hag an holen evit salla an dour benniget ? It war-eeũn, da zigeri an ostaleri-se. An noriou a zo da veza serret ha prennet gant ar sparl hag ar morailh, a zo doriou ar bistroiou milliget a vez gwerzet enno souchenn, odivi ha rom ; ar rom flêrius a vir ouz ar gristenien, da genta gant ar flip, ha da c’houde gant ar flep, da zarempredi ofisou ar sul… Gwennoll Re wir, Aotrou ’n Eskob. Konwoion Mar deo gwir, pe n’eo ket, an dra-se ne sell ket ouzoc’h ha ne c’houlenn ket ganeoc’h eun ali. Gwennoll Mont a ran, eta, da zigeri eun ostaleri ha da serri ar re all. Konwoion N’eo ket evit digeri pe serri an noriou am boa galvet ac’hanoc’h. Roit d’in ho stilo… N’en em chalit ket ; n’eo ket evit sevel gwerziou an hini eo. (Kemer a ra stilo Gwennoll, skriva a ra war eun tamm paper. Lenn a ra :) « Ha gwelout a rez soudarded Nomenoe ? » Mat. Ar baperenn-mañ ouz lost ar bir a zihuno ar gedour. (Staga a ra ar baperenn ouz lost eur bir ha goude e stign eur wareg… Ar bir gwareget a c’hloaz feskenn ar gedour, peurgousket war-c’horre ar siminal.) Ar gedour, tizet Aiou ! Konwoion Ha ! ha ! dihunet out ? Kompren a rez ? Ar gedour Petra ’ zo ? Konwoion Lenn, hag e weli. (Ar gedour a zisplant ar bir diouz e feskenn ; lenn a ra ar baperenn. Sellout a ra ouz an dremmwel.) Ar gedour Ne welan Nomenoe ebet. Konwoion Na soudard ebet ? Ar gedour Emaint harpet, er c’hroaz-hent pella. Konwoion O tiskuiza ? Ar gedour Nann ; en ostaleri. Holl Chañs o deus ! Konwoion Gounezet o deus eur mell banne, gant al labour vat o deus graet. Holl Ha ni hon eus gounezet ivez eur banne bras, o chom dilabour. Konwoion, d’ar gouerien Gourlañchennou an diaoul, aze e chomot dilabour, sec’h ha kras. (D’an archerien :) Archerien, taolit evez ha bezit prest d’o flemma gant ar skourjez. (An archerien a hej o fenn, badaouet mat. D’ar gedour :) Pet ez eus anezo ? Ar gedour Eun dousen vat, Aotrou ’n Eskob. Konwoion Siouaz d’in ! Pelec’h eta eo chomet ar re all ? (D’ar gedour :) Wrar droad pe war gezeg ? Ar gedour Bremañ emaint divarc’het ; ar c’hezeg a zo o peuri el letonenn. Hervez ar pez a welan gant va luned, skuiz int moarvat. Konwoion Ar soudarded ? Ar gedour Nann ; ar c’hezeg. Ne welan soudard ebet mui, rak an hini diweza anezo a zo aet e-barz an ostaleri. Konwoion Ha ne welet ket Nomenoe ? Ar gedour Penaos eo gwisket Nomenoe ? Konwoion Evel ar re all eo gwisket ; nemet Nomenoe a zo disheñvel diouz ar soudarded all ; rak eun den bras eo, eur pez mell hini bras meurbet, eus an uhela tout. Ar gedour Ne welan seurt hini en va luned hir. Gwelout a ran o tont dre an hent doun soudarded all. Sur awalc’h e taleint ivez en ostaleri ar c’hroaz-hent, rak abaoe m’emaint war weled d’an ti, e kerzont buanoc’h. Yann Gant ma teuint araok an noz. Youen Atchoum ! Fañch Aôôô !… Job Ouf ! Konwoion Petra ’ c’hoarvez gant ar re-mañ ober geizou ? Youen Siferni a ran gant ar sec’hed. Fañch An digor-genou a zo deut d’in gant ar sec’hed ruz. Job Skuiz-maro oun aet gant ar sec’hed kras. Holl Sec’hed hon eus ! (An archerien en em denn dre guz.) Ar gedour Alo ! alo ! soudarded a zo deut er-maez eus an ostaleri. Holl ’ Maint ’ tont ? Ar gedour N’emaint ket, rak en-dro int aet e-barz an ostaleri. Konwoion Perak int deut er-maez hag aet e-barz en-dro ? Ar gedour Evit eun dizour e oa. Holl Ni hon eus ivez c’hoant dizoura. Konwoion, d’ezañ e-unan Ne deuin ket a-benn da zerc’hel ar baotred-mañ war ar blasenn. Archerien ! archerien ! Feiz ! brao emaoun ganti !… N’eus archer ebet war ar blasenn !… (Eun Archer o tont d’an ampoent) Eus pelec’h emaout o tont ?… Respont ’ta. An Archer Aotrou… aotrou… ’n Eskob… Konwoion Besteod out ? An Archer O !… n’oun ket. Konwoion Besteod ha leun ! An Archer O ! eul lipadennig. Konwoion Gwall deo eo neuze da deod. En em denn ac’han ha kae d’ober eur c’housk e-tal ar bern plouz. (An archer a gerz en eur vralla) Fañch Me ’ zo mezo evel an archer. Konwoion Kamm ki pa gar, ha, mar doc’h mezo e tivezvot. ( Rei a ra d’ezañ eun taol botez en e benn adreñv.) Fañch Aiou !… Ehanit skei, Aotrou ’n Eskob… Emaoun o sevel. Konwoion Gwelout a rit : divezvet oc’h. Ar gedour ’ Maint ’ tont !… ’ Maint ’ tont !… Konwoion Poent hastout, paotred… Ahe ! renk-oc’h-renk, evel kaol er park. Gwennoll Ar Breton A sko garo… Eun eston A dud varo ! Gallaoued Lazet Dre gant ha dre vil ; Hag en ifern o ene vil. Konwoion Bravoc’h e vefe deoc’h mont betek an iliz da renta gras da Zoue eget chom war ar blasenn da sevel koniri… ’ Maint ’ tont, paotred ! Chomit plom en ho sav ha reut war ho kilhorou ; sounn ho penn, eur mousc’hoarz war ho muzellou, ho tivrec’h eeünet a-hed ho korf, palmou ho taouarn troet ouz araok hag ar biz bihan a-dreñv gwri ar bragez. Ha pa zegouezo Nomenoe war ar blasenn, stlakit ho taouarn an eil ouz egile ha youc’hit herroc’h herra, betek chom berr-anal : Nomenoe — Oe — Oe — Oe !… Job Ha ! ha ! ha ! Ni ’ zo labrigadlaklak ! (C’hoarzadeg.) Konwoion N’em eus ket lavaret d’it diroll da c’hoarzin. Job N’oun ket evit mirout. Konwoion Ha perak ’ta ? Job O soñjal eo kounnaret, pelloc’h, va gwreg er gêr, war dro ar vuoc’h o hala, ha me oc’h ober an azen amañ, hep beza kavet eul louzaouer zoken. Ma lavaran d’ezi oun chomet e Redon, da c’hortoz Nomenoe, e resevin ar spanell ouz kostez va fenn. Gwennoll, o klask echui e gwerz D’an daoulamm ruz, Mirc’hed kuladus, Ar weskl etre o dent. D’an daoulamm ruz, O tenna tan eus mein an hent. (Archerien o tont) Archerien ’ Maint ’ tont. Konwoion Ha poent e oa d’eoc’h dont ivez. Yann Gant ma ne zalc’hint ket va buoc’h ganto. Maivon O ! kamm eo o c’hezeg. Youen Allas ! va jao d’in-me a vo moarvat diouz o c’hoant. Seza War gezeg klañv ! Madalen War gezeg ar c’hagn ! Naig War gezeg an Ankou ! Gwennoll, gant tristidigez N’int ket moarvat soudarded Nomenoe, rak n’eus banniel ebet ganto ! Ar vrezelourien wirion o tont eus an emgann, a vez atao kaer evel arc’haelez hag o mirc’hed a rizink hag a lamm gant ar joa. Yann Ar giz-se a oa araok ar brezel, paotrig ; abaoe ar brezel avat ez eus chenchet penn da galz traou. Konwoion Ya ; kezeg ar c’hagn, mac’hagnet gant an Ankou… Arabat ankounac’haat. Ar c’hezeg-se a zo glorius ha gaoliet int gant soudarded Nomenoe. Job Glorius pe gezeg ar c’hagn, an dra-se a zo ingal d’in ; sevel a ra krug ennoun o soñjal emañ va buoc’h o hala er c’hraou ha marteze a-benn bremañ ez eo kollet ganti he leue. Yann Pet leue he deus halet pelloc’h, abaoe emaoc’h o tibuna d’imp litaniou ho loen ? Youen, da Job C’houi a goll ho leue ; me a goll va ebeul. Youen Ho leue marteze a zo marvet ; va buoc’h, sur, a vo drebet. Konwoion, a dremen dirak ar gouerien (Da Fañch) Savit ho penn ’ta ! Perak emaoc’h stouet evel eur pec’her dirak e govesour ? En deiz hizio ne dle ket eur pec’hed — na zoken veniel — trubuilha koustiañs eur Breiziad, ha d’an holl bodet amañ war ar blasenn, e roan eun absolvenn vras. Fañch N’eo ket gant pec’hedou eo pounner va fenn. Gant ar vez e rostan o welout Jos al Louarn e-touez ar vrezelourien. Yann Ya, gast ! Jos al Louarn… An eil, war an trede renk. Fañch Ne saludin ket eur mezvier a deu du-mañ, bep lun, da jistra, ha ne zistal ket eus an ti ma ne vez ket roet d’ezañ e doullad. (Ar soudarded a zo deut tost.) Madalen, d’ar sourdarded, goapaus Ha c’houi eo soudarded Nomenoe ? Eur soudard, difoutre Ya ! Mestr an archerien, d’eun archer Chomit hep paen he viou d’ezi. Petra ’ c’hoarvez gant ar Vadalen-se goulenn eun dra bennak digant ar vrezelourien ? Gwennoll, d’ar soudarded Ha deut eo ar maout ganeoc’h ? Eur soudard Ya ! Gwennoll Oe ! Oe ! Gloar da Nomenoe ! Konwoion Petra ’ c’hoarvez gant ar c’hloareg-mañ rei an ton ? (D’ar gouerien) Oe ! Oe ! (Ar gouerien a chom mudet.) Fañch, c’houi a zo kollet ho teod ganeoc’h ? Fañch Ya ! Konwoion Youc’hit : Oe ! Oe ! Fañch Ne rin ket. Jos al Louarn a anavez va mouez. (Stoui a ra e benn hag e dog war e zaoulagad, gant aon da veza anavezet.) Konwoion, d’ar gouerien all Alo ! youc’hit holl a vouez uhel : Oe ! Oe ! Holl Ne raimp ket, ma ne ra ket Fañch. Konwoion Archerien, divudit ar re-mañ gant ar skourjez. (Ar vrezelourien a zo deut war blasenn dirak ar volz enor. Merc’hed a strew bleuniou, dirazo, a fozadou. Kaniri.) Eur c’hadour, souezet Petra ’ sinifi ar gouel-mañ ? (Ar gadourien a ziskenn diwar varc’h.) Konwoion Hep ! gortozit. Chomit war varc’h. An holl gadourien Skuiz omp. Konwoion Ha Nomenoe ? Ar gadourien N’eus Nomenoe ebet ganimp. Konwoion Allas ! lazet eo bet en emgann ? Ar gadourien Kollet ganimp en eur zont en-dro. (Lod anezo a ziskenn diwar varc’h.) Konwoion Chomit war varc’h pa ne vefe nemet eur vunutenn. Pehini ar mestr goude Nomenoe ? Ar gadourien N’eus ganimp na mestr na kabiten ; ni a zo holl soudarded raz. (An Aotrou ’n Eskop a zispleg evelato eur baperenn hag a ginnig anezi da Wennoll.) Konwoion Ma n’eus Nomenoe ebet, koulz eo d’in mont war eeün d’an eskopti. (Da Wennoll) : Kemer ha lenn. (En em denna a ra.) Gwennoll, o lenn Nomenoe, kadour dispar, mestr bras… Fañch Kloareg, kloareg, n’emañ ket dizro an Nomenoe. Gwennoll Ingal eo ; al lid-mañ a zo coram populo ad usum populi. (Kenderc’hel a ra.) …mestr bras, degaset gant Doue evit savetei ar Vro… (Ar gadourien a ziskenn holl.) Ar gadourien Ni hon eus naon. Madalen Kenavo d’am viou ! Naig Den ne glevo mui va dañvadez oc’h ober bêêê… Yann Pa n’eus Nomenoe ebet, evit piou eta eo bet savet ar volz-enor-mañ ? Fañch Evit ma femoc’h. Job, gant eur c’hri, evel glozaet Aïou… Yann Taget oc’h gant eur pistig ? Job N’eo ket se ; va gwreg he deus pladet d’in eun taol spanell ouz kostez va fenn. Seizvet Arvest Eun hent doun da vare ar c’huz-heol. Laboused : an eostig war-lein ar wezenn ; al laouenan war ar skourr izela, mouilc’hi, er c’harz, o kana… Ar rakerig, er foenneg, a zo tavet. An Eostig Laouenan, laouenanig, perak e kanez ken diwezat e serr-noz ? Al laouenan Kement a levenez a zo em c’halonig ma n’oun ket evit mirout, eostig noz, da gana. An Eostig Mouilc’hi, mouilc’hi, perak e c’houitellit, diehan, er c’hili, en noz o tostaat ? Eur Voualc’h C’houitellat a reomp, eostig noz, da sklerijenn ar mintin, rak goulou an deiz a zo o para en-dro d’imp. An Eostig N’emañ ket ar goulou deiz rak bremaik e nozo ha, d’ar mare-mañ eus an deiz, ar mouilc’hi, kludet er girzier, a vez tavet o mouez. Eur Voualc’h P’emañ an heol o sevel pe bremaik e nozo, eostig-noz, eostig-noz, n’omp ket evit tevel. An Eostig Rakerig, rakerig, te a gane da bep serr-noz, kuzet er foenneier sin ; rakerig, rakerig, perak ne glevan ket da vouez, en noz sioul ha klouar ? Ar Rakerig Eostig-noz, eostig-noz, n’oun ket evit kana ; va c’han a gavan divalo en eur serr-noz ken kaer. Va c’han a zo gwall zister ha da delenn ken flour. Ar Voualc’h Laouenan, laouenanig, kludet war da skourr, hag a-nevez en noz-mañ, pa ganomp ha pa ganez ? Al Laouenan Eostig, eostig-noz, war-lein ar wezenn o telenna, hag a-nevez dindan an oabl laouen ? Ar Voualc’h Eostig, eostig-noz, diwar lein da wezenn, ha klevout a rez eur burzud o taskrena en avel ? An Eostig Laboused, labousedigoù, eur burzud a glevan o taskrena en avel. Enkrez a zo em c’halonig, enkrez hag estrenvan, rak ar burzud a gren en avel, a zo levenez pe glac’har… Tio ! Tio ! tio !… Kanit flour ; kanit sioulik, pa welan ar brini o c’hoari en-dro d’imp… Tio ! tio ! tio !… Sioul ! sioul ! sioul !… Al laboused Ar brini o koagal ! Bezomp sioul en deliou. Ar Vran genta, o tremen Roââg !… roââg !… Geoliad gwad !… An eil Vran Geoliad gwad !… Geoliad gwad !… An Eostig Sioul ha sioulik, labousedigou !… Tremenet ar brini, hogen ar sparfell o tostaat. Ar Brini, pell Geoliad gwad !… Ar Sparfell Eur burzud a zo ganet hizio war zouar Breiz-Izel. Eur burzud a gan en avel hag, evel eun aezenn, a dremen war ar maeziou. An Eostig Souezet omp o klevout ken flour ho mouez, henoz. Ar Sparfell Henoz al laboused, sparfell evel eostig, a dle kana flour. Henoz ar sparfilli evel an eostiged a dle kana ar burzud, levenez penn-da-benn. An Eostig Hag ar burzud ganet neuze e Breiz-Izel ? Ar Sparfell Gwelet hoc’h eus brini o tremen. Brini lor, brini du, leun a gig hag a wad. Brini lor, brini du, mezo gant gwad fall, gwad fall. Al laboused Gwad fall, gwad fall. Ar Sparfell Gwad fall a vezo gwad mat. Gantañ an ed, e Breiz, a ziwano timat ; a ziwano stank, a ziwano puilh ha, da vare an eost, e kano ar meder, perc’henn laouen ha dianken. Perc’henn en e bark, perc’henn en e di, evel ki en e groc’hen. Edon bremaik o nijal us da gompezenn Ballon hag eus an oabl em eus gwelet, war ar gompezenn, lazadeg veur meurbet. Gwelet em eus o koueza, toullgofet da viken, gwelet em eus o tec’hout, spouron en o c’halon, ar re a oa kent ar vistri e kompezenn Ballon. Gwelet em eus o tec’hout a-dreuz ar parkou ed, ar re o doa hadet hag a soñje medi… Al laboused Ha gant piou eta ez int bet argaset ? Ar Sparfell Gant ar re a laboure kent, hep diblega o c’hein evit sec’hi an dour c’houez diouz o zal hag eva eur vozad dour e stivell ar vali. Gant ar sujidi, adsavet da vistri : gant ar Vretoned. Al laboused Ha Breiz a zo digabestret ? Ar Sparfell Digabestret e Ballon. Hiviziken, eta, e Breiz penn-da-benn, e vo ar peoc’h d’an dud ha d’al laboused war o c’hlud… Kanit, labousedigou, kanit dirak ar sparfell, kanit ar burzud a zaskren en avel. (Kan al laboused.) Nomenoe, o vont gant an hent Eun dudi eo klevout al laboused, henoz. Daoust hag en noz e kanont pe en deiz o para ? Daoust ha laboused a glevan, pe va c’halon o kana ? N’ouzon ket va-unan gant al levenez a zo oc’h em gwaska. An noz en-dro d’in a zo par d’an deiz ; rak noz ha deiz a zo levenez ha bennoz. Hag en-dro d’in e kan kement loen, e kan kement tra : laboused a richan, an deliou a vouskan, ar geot a drid war-c’horre al leton hag ar vein a zasson evel ma kan va c’halon. (Streboti a ra. Hag evel o tihun) : Petra an diaoul a zo etre va divesker ? Izidor Me ! Nomenoe Piou, te ? Izidor Eur c’hristen : Nomenoe. Nomenoe Me eo an Nomenoe. Izidor O ! Neuze, emaomp daou. Evelato, mar dout an Nomenoe gwirion, me ’ zo Izidor penn-da-benn, Izidor al Lank, eus ostaleri « An Trilonk ». Nomenoe Izidor ha kabiten. Izidor Kabiten ha mezo. War va c’horf emaoun a-dreuz an hent da n’oun ket evit sevel… Ha n’oun ket evit sevel gant an droug a zo ennoun. Nomenoe Ha droug a zo, henoz, er c’habiten Izidor ? Izidor Korfad droug a zo ennoun. Ma vijen bet en imor vat, n’em bije ket evet korfad. Droug a zegas korfad, ha korfad am eus evet ha setu an droug a vir ouzin sevel. Nomenoe Ha perak, kabiten, ac’h evet korfad ? Izidor …Me ’ gare eur bennherez e kastell Penn-ar-C’hoad… hag e krede d’in e oan karet ganti. Nomenoe Hag hi n’az kare ket ? Al laboused Hag hi, n’hen c’hare ket… Izidor Hag hi n’am c’hare ket… Kredi a rae d’in koulskoude e vijen bet karet ganti… Henoz eta, goude ar viktor, ez oun aet d’he gwelout, — « Me a zo kabiten, emeve, mao an tamm ac’hanoun. » — « Kabiten hep leve », a respontas hi. Al laboused Kabiten hep leve, a respontas hi. Izidor « Kabiten hep leve ne vo ket gwaz d’in. » Al laboused Kabiten hep leve ne vo ket gwaz d’in. Izidor Ha setu emaoun pladet e-kreiz an hent hep leve na danvez, hogen gant chufere ha levenez… Al laboused Gant chufere ha levenez. Izidor …rak me a zo bet anvet kabiten gant an Nomenoe. Al laboused Kabiten gant an Nomenoe. Izidor Ha keit ha ma vevin, eur bennherez ne vo morse gwreg d’in. Al laboused Ne vo morse gwreg d’in. Nomenoe Na gemer ket da bried eur bennherez e Breiz-Izel, pe e savo dizale kerse ha keuz d’it. Eur c’habiten e Breiz a gavo koantiri all. Al laboused Koantiri all. Nomenoe Va breur-me a zo dimezet d’eur bennherez pinvidik, ha goude emgann Ballon ez oun aet d’he gwelout. « Avalou douar, emezi, a vo fritet d’it ? » Evit ar moc’h e oant poazet, ha d’in-me kinniget. — « Bennoz Doue, emeve, mar deo goullo va c’hof, e c’hellan gant nerz kalon chom hep koueza eus va sav. An dibri hag an eva a zo eun distera. » Goude e lavaris d’am breur ha d’am c’hoar-gaer ; — « Roit d’in evit va dougen ar marc’h reuta a zo er marchosi, rak mirc’hed am eus krevet dindanoun en emgann ha leoiou am eus d’ober hag ez oun aet gwall skuiz. » Neuze, avat, va c’hoar gaer, pennherez ar Gili, a lavaras d’in gant he digareziou : — « Ar marc’h a zo klañv, ar gazeg dihouarn ; n’hon eus, siouaz ! er c’hraou, loen evit ho tougen. » Ha setu henoz e kerzan war droad, trec’her e gwirionez, hogen tremeniad. Izidor Pa zegouezi e Redon, lavar d’am zad ez eo gwasket va c’halon. Lavar d’ezañ ouspenn e tegouezin, evel kustum, diwezat. Nomenoe Kenavo d’it, Nomenoe… Rak henoz Nomenoe a zo kement den a gar Breiz en e galon hag e ene. (Nomenoe a gerz.) Izidor Siouaz d’in ! n’oun ket Nomenoe hag a-boan oun kabiten. Me ’ zo Izidor an Trilonk, gwall vrudet e Redon. (Santout a ra eun touseg o fichal dindan e zourn, war an hent.) Salud d’it, va mignon. Te ’ zo ivez marteze mezo ha kabiten ? Respont ac’hanoun ’ta… Pa n’am respontez ket, te a zo enebour. M’emaout dre da nerz da-unan, chom en da sav, me a ya d’it ; m’emaout dre vertuz an diaoul, kae kuit. An Touseg N’oun ket eur gourener ; hogen, eur paour kaez touseg a glask freskadurez war-c’horre al letonenn. (Izidor a floura kein al loen gant palv e zourn.) Izidor Perak e klaskez freskadurez pa grenez en da groc’hen ? An Touseg En da zourn e krenan, rak aon am eus ouz an dud… Dec’h en em gaven e-kichen Penn-Ar-C’hoad o kempenn eul liorz en eur zebri ar melc’houed a vastoc’he ar c’haol… Eur paotrig am gwelas hag a grogas ennoun. War benn eur plankenn am lakaas ha gant e droad e skoas war ar penn all, hag uhel al laez e oan bet gwintet. War eun bern plouz e kouezis ; panevet-se, e vijen bet krevet. Izidor Touzeg, va mignon, an dud e Penn-Ar-C’hoad, n’int ket tud a-feson. Lez ar melc’houed hag an holl amprevaned da vastoc’ha o liorzou ha kae da gêr Redon, da liorz an Trilonk. Eno ez eus ivez kaol da gempenn hag eno, va mignon, ne vo ket graet droug d’it. An Touseg Gwell e kavan, va den mat, chom pell ouz kêr ha pell ouz liorzou ha kerzout a ran buan da c’houdori er c’harz gant aon da veza flastret gant eun den divergont. Izidor Me a glask kerzout ivez, hogen n’oun ket evit sevel ; n’oun ket bet gwintet diwar-benn eur plankenn hag e kav d’in koulskoude ez eo brevet va izili. Ma vijes aet da Redon ez pije lavaret d’am zad eo debret an anduilhennou, lazet ar gazeg c’hell, hag ar mab Izidor gwall-glañv gant eur reoriad. Kenavo ’ta, va mignon… E liorz Izidor e vijes bet kabiten war an holl dousegi. Tou… seg… Va mignon… Tou… se… gi… Koan… tiri… Kenavo… (En em rei a ra da gousket. An touseg a gan er geot.) Eizvet Arvest Da hanternoz, dirak ostaleri « an Trilonk ». Nomenoe, er-maez Oe ! Eur Soudard, er prenestr Piou an istrogell a zo en traoñ, o hopal : oe ? Nomenoe Oe ! Oe !… Digor ’ vo, pe ne vo ket ? (Skei a ra war an nor.) Mestr an ti, e fri er prenestr Archer pe lakepod ? Nomenoe Nomenoe. Mestr an ti Kae e-biou gant da hent, Nomenoe hag all. Leun eo an ostaleri ha n’eus kambr ebet mui. (Nomenoe a sko war an nor.) Nomenoe Digor a c’houlennan. (Mestr an Ti, eur penn-baz en e zourn, a zeu da zigeri.) Mestr an ti Digeri a ran an nor, nemet ker e kousto d’it da abadenn gousk. Nomenoe Ne zigor ket re abred an nor. Mestr an ti Petra ’ c’hoarvez ganit dont da zihuni ar gristenien d’ar mare-mañ eus an noz ? Nomenoe Digor frankoc’h dor da di. (Mestr an ti a glask skei gant e vaz. Gant e gleze, Nomenoe a drouc’h d’ezañ e vaz, e-harz e zourn.) Kerse a vefe ganin mougna eur Breizad e Breiz. Mestr an ti Deuit tre, deuit tre, gant aon e pakot yenijenn ! Nomenoe Atchoum ! Mestr an ti Deuit tre, deuit buan ! Siferni a rit gant freskadurez an noz. Nomenoe Ma sifernan, gant poultrenn an ti an hini eo. Lez digor an nor. Mestr an ti Digor pe demzigor ? Nomenoe Digor frank , e lavaran d’it… Daoust hag ez eus en ti peadra da zibri ? Mestr an ti Feiz, nann ’vat, va den. N’eus tra ebet en ti. Nag eur vruzunenn vara nag eur drailhenn gig. Nomenoe N’emañ ket amañ neuze ostaleri « an Trilonk ? » Mestr an ti Ti an degemer mat, va den, rak n’eus ken a voued henoz en ti : soudarded Nomenoe o deus skarzet piz an doailh hag ar bailh. Nomenoe Goude ar fest hag ar cher vat a zo bet amañ henoz, ne chom ket zoken eun dilerc’h da dalvezout eur begad ? Mestr an ti Begad ebet, siouaz d’eoc’h ! Nomenoe Ya, siouaz d’imp ! rak ar c’hounidegez goude ar pred a gouez dalc’hmat e godell an ostiz. Mestr an ti Gounidegez ? Siouaz d’in ! Debret hag evet o deus ar soudarded. Debret e-leiz o c’horf hag evet e-leiz o geol, ha m’em bije kredet goulenn diganto eur bennoz Doue evit va faemant, em bije sur resevet va lod eus ar fest ; nemet fest ar vaz e vije bet. Nomenoe Te ’ zo teo, n’out ket ? Mestr an ti Evelato… Nomenoe Petra ’ vank d’it c’hoaz ? Mestr an ti Evelato, eur c’hristen mat n’eo ket boazet da laerez, ha kemer hep paea a zo laeronsi. Nomenoe Gwelout a ran e kouskez en iliz epad ar sermoniou, panevet-se ez pije gouezet, mar deo kemer hep paea, pa vez ret, evit debri, eur pec’hed, hervez lezenn an dud, n’eo ket eur pec’hed hervez lezenn Doue… Hag ouspenn, paeet out bet ; n’out ket ? Hag e klemmuskez ? Mestr an ti Paeet ? Gwerc’hez Vari !… Paeet ?… Me garfe, ya ! Nomenoe Kent e oas Gall, bremañ out Breizad. Kent e oas sklav ha kouer vil, hag out nobl hiviziken. Setu aze madou burzudus. Ha piou en deus gounezet ar madou-se. Daoust hag out bet e kompezenn Ballon ? Daoust hag out bet mac’hagnet ha toullgofet ?… Mestr an ti O ! Itron Varia !… Nomenoe Te a zo chomet teo ha livrin. Hogen, ar re o deus gouzañvet naon ha sec’hed, gloaz ha skuizder, daoust ha paeet int bet ? Hag e varc’hatez d’ezo an aluzen ? Mestr an ti O ! ne ran ket ; ne ran ket… Nomenoe Hag ar re a zo marvet evit ar Vro, daoust ha paeet e vint eur wech bennak ? Bez disoursi, avat ; ar re-se a zo divlaz boued an douar d’o staon ha ne deuint ket da doull da zor da c’houlenn ganit o faeamant. Nemet ar Vretoned a chom beo o deus sec’hed ha naon. Kompren a rez ? (Teurel a ra e gleze noaz war an daol, Mestr an ti a sell gant spont ouz ar c’hleze.) Ar ber-se a ra aon d’it ? Mestr an ti O ! ne ra ket, evit d’ezañ beza dremmet lemm. Nemet eur c’hleze a vez boazet, a gredan, da veza gouhinet. Nomenoe Va c’hleze-me a vez atao digouhin, nemet gouhinet e vefe e kof ar C’hallaoued. Mestr an ti Brrr !… O ! divemor ac’hanoun. Dont a ra soñj d’in bremañ ez eus war ar strilh eun anduilhenn boaz. Nomenoe Mar deo poazet ez eo arboellet. Mestr an ti Arboellet e oa evit va mab Izidor a zo aet da c’hoari brezelekaat gant eun Nomenoe. N’eus forz ; boulc’hit anezi hep damant d’ezi hag hep damant d’ezañ. Izidor en eur vont d’ar brezel, beure mat, ha kousket an holl en ti, a zistribilhas kement anduilhenn a oa ouz ur c’hrog. Sachit warni ’ta ; Izidor en deus bet e lod. Nomenoe Gwall geuz en do d’ezi marteze, ma o c’hare kement. Mestr an ti M’en do keuz, neuze n’eo ket bet lazet ? Soñjal a raen e vije deut en-dro va mab Izidor da zibri anduilhennou all. Difounn el labour, difounn en emgann, Izidor n’en deus roet lamm da C’hall ebet, ha kredi a rafen kentoc’h ez eo aet da jistra dre ar vro. Ken da se e teuy ar gazeg c’hell diampech en-dro. Nomenoe Ha ken da se eo bet lazet ar Vretoned all ? Bez dinec’h avat : Izidor a zo beo pesk, evitañ da veza gloazet. Ar gazeg Fanni an hini a zo marvet. Mestr an ti O ! Doue ! Doue !… Lazet va c’hazeg Fanni ! Penaos kasin teilh bremañ d’ar park ?… Pa deuio Izidor en-dro, e vezo lazet ivez… O ! eur c’houezenn a zo war va zal, hag e santan emañ va izili o vervel… Nomenoe Mestr an ti, Izidor a zo bet kalonek. Mestr an ti Izidor, kalonek ? Eur burzud ! Ha c’houi a anavez anezañ, pa lavarit d’in e ano hag ano ar gazeg c’hell ? Nomenoe Dre c’houez saourus an anduilhenn-mañ ec’h anavezan anezañ. Mestr an ti Gwir eo, n’eus ket er vro, dek leo tro war-dro, eun ti hag eur vaouez par d’am gwreg da c’houzout an tu d’ober anduilhennou ken saourus. Ha c’houi neuze hoc’h eus sikouret Izidor da zibri an anduilhennou all, pa anavezit o blaz ?… Plijadur a ra d’in gouzout n’int ket aet e kof al lankidi. Nomenoe Klev, mestr an ti. Kreisteiz e oa pe wardro ; naon am boa kement hag henoz ha gwall domm e oa an abadenn. Gallaoued a-gleiz, Gallaoued a-zehou, Gallaoued dirazomp… Hini ebet a-dreñv. Izidor a oa em c’hichen. Hor bouc’hili a c’hoarie hag ar C’hallaoued a goueze, faoutet o fenn pe dic’houget ha flastret kerkent gant hern ar c’hezeg… Mestr an ti Gant Fanni marteze ?… Eur gazeg ken sioul ! Nomenoe Eur c’hrogad start, m’hel lavar d’it. Hep tamm e oamp abaoe peder eur war-n ugent, ha nebeut ha nebeut e skoas hor bouc’hili goustadikoc’h. « Lamm d’ezo ! a hopas d’in Izidor. » Rei lamm hep dibri tamm a zo diaes moarvat. « Lamm d’ar c’hagn ! » a hopas adarre Izidor. Hag e tennas eus e roched eun anduilhenn en he fez. « Dal ! emezañ, an anduilhenn-mañ a zegaso nerz d’it. » Hag e gwirionez e teuas d’in nerz nevez. Hor bouc’hili a skoas, a drouc’has, a zic’hougas hag ar viktor, goude an drailh, a chomas a-du ganimp… O ! Brao e oa gwelout ac’hanomp, war varc’h, eun anduilhenn en eun dourn hag eur vouc’hal en eun dourn all… Mestr an ti Mat e oant, n’eo ket gwir ? Nomenoe N’eo ket mat : dreist e oant ; ha m’hen tou ruz, talvezet o deus d’ar vro. Panevet da anduilhennou ne vije ket bet c’hoaz echu ar brezel. Mestr an ti Gwerc’hez Vari ! Va anduilhennou o deus gounezet ar brezel ha savetaet ar vro ? Biskoaz kement all. Nomenoe Ya ! O deus savetaet Breiz. Paneveto e vijemp bet semplet, mil bell ’ oa, gant an disvoued, ha foutu ar vro. Mestr an ti, d’ezañ e-unan Hag hen maro e vije bet foutu ar vro ?… Ne gomprenan ket gwall vat. Nomenoe Evit e anduilhenn eo bet anvet Izidor kabiten. Mestr an ti Va mab Izidor kabiten ?… Ha me a lavare n’en dije graet netra vat en e vuhez ? Kabiten ?… Ha pegeit amzer e chomo kabiten ? Nomenoe Keit ha ma karo. Mestr an ti Emañ savetaet va mab. Kabiten ket ha ma karo !… Eur vicher da zegas avi da veur a julod. Ha gant piou eta bet anvet kabiten ? Nomenoe Ganin-me. Mestr an ti Ha piou oc’h neuze ? Nomenoe Nomenoe e vez graet ac’hanoun. Mestr an ti Allas ! allas ! ha me a grede d’in e oa anvet Izidor kabiten, ha me a chome amañ da selaou an den-mañ a zo kollet gantañ moarvat ar peurrest eus e skiant vat… Ha me a zo bet diot awalc’h evit kredi eo bet gounezet ar brezel dre berz va anduilhennou… (Da Nomenoe) Ha pelec’h eta emañ bremañ Izidor pa n’emañ ket c’hoaz dizro ? Nomenoe War hent ar gêr emañ, ha, ma n’emañ ket c’hoaz dizro eo abalamour ez eo skuisoc’h eget ar soudarded all. Mestr an ti War droad pe war varc’h ? Nomenoe War droad evel e vestr, p’eo bet lazet Fanni. Mestr an ti Allas ! avañset kaer beza kabiten p’eo bet lazet Fanni. Eur gazeg ken reiz ha ken flour he blevenn. Ha n’eus bet roet kazeg all ebet d’ezañ en he lec’h ? Va Fanni gaez ! Nomenoe Ouspenn eur perc’henn en deus kollet e jao, en deveziou-mañ, hag ouspenn eur paotr ampart a zo henoz maro en e groc’hen ha bez kristen ebet da virout ouz bleiz hag ouz bran… Dal ! (Rei a ra da Vestr an ti an anduilhenn hanter zrebet.) Mestr an ti N’eo ket mat ? Nomenoe Arboell an hanter all evit da vab Izidor. Mestr an ti O ! Nomenoe Evit ar c’habiten. Azeza a ran war an oaled, ha te, lamm en da wele da ankounac’haat da glac’har en da gousk. Mestr an ti Avel a c’houez dre doull an nor, va den, hag e skourno an oaled. Nomenoe Ma c’houez an avel, ne varvo ket an tan. Mestr an ti Eur gwele kalet a vezo korn an oaled. Nomenoe Daoust hag ez eus en da di gweleou blot ? Mestr an ti Blot n’int ket ; nemet leun int… Evelato, mar doc’'h kabiten evel Izidor… Nomenoe …Lez ar soudarded d’ober korfad kousk. (Azeza a ra e kougn an oaled.) Tan ! tan ! dir ha dir ! Mestr an ti Aon am eus ouz an den-mañ. N’emañ ket gantañ, moarvat, e holl skiant vat. (Da Nomenoe) El laez… er grignol, n’eus ket a soudarded ; nemet eur foeter-hent gourvezet war eur c’holc’hed pell, ledan awalc’h evit daou. Nomenoe Mat ! pignat a ran da c’hrignol ar foeterien-hent. Mestr an ti Nozvez vat ! Evit netra ha gant joa e roan d’eoc’h lojeiz. Nomenoe Ha ro degemer mat d’ar brezelour — soudard pe gabiten — a zeuio araok an deiz da c’houlenn lojeiz diganit. Mestr an ti Ne chom ket zoken eun hanter golc’hedad pell da rei d’ezañ da c’hourvez. Nomenoe Te a raio d’ezañ gwele mestr an ti. Ha ma lavar d’it : me eo Nomenoe, kred anezañ ha tomm d’ezañ eur mell skudellad flip, rak Nomenoe a zo henoz kement Breizad kalonek en deus argadet evit ar Vro. (Pignat a ra. Mestr an ti a ya da serri an nor.) Mezo out pe divemor ? Ha n’em eus ket lavaret d’it lezel digor frank an nor ? Aon ac’h eus ouz ar bleizi ? Mestr an ti Ar bleizi pevarzroadek ne reont ket aon d’in. Nomenoe N’eus ket bleizi all er vro. Ar C’hallaoued a zo bet lazet betek an hini diweza. Ma krenez gant aon ouz an anaon, lak va c’hleze a-dreuz toull an nor. (Rei a ra d’ezañ e gleze. Kerzout a ra d’al laez.) Mestr an ti Nomenoe a zo henoz kement Breizad kalonek en deus argadet evit ar Vro. Va mab Izidor en deus argadet ; Izidor a zo kabiten… Ha me a zo tad da Izidor. Mar deo hemañ marteze an Nomenoe gwir, ni a zo ivez Nomenoeiou… (E toull an nor da dasmantou an noz) : Tostait holl, digor frank eo an nor… Deuit tre, deuit tre, deuit tre… Bleiz ouz ber ; Gall ouz krog ha Breiziz ouz taol !… Me ’ zo tad da Izidor !… Me ’ zo ivez eun Nomenoe… Ha ne deuy enebour ebet en tu-mañ d’ar c’hleze-se… hini ebet, na bleiz, na Gall. Navet Arvest Eur grignol. Kailhar ha gweleou kevnid. Tristidigez ha paourentez. A-dreuz an doênn dismantret, al loar a sil he sklerijenn. Nomenoe a zo e benn kurunennet a stered. War-c’horre ar plañcheiz, eur foeter-hent a zo gourvezet ha morgousket ; huñvreal a ra. Ar foeter-hent, dre e gousk Me ’ zo eur paour-kaez den e-unan war an douar. N’em eus ket anavezet va mamm, n’ouzon ket piou eo va zad ha n’oun dare pelec’h oun ganet. Me ’ zo hep kar na par, hep micher na stad. Em bro, me ’ zo eun divroad, hag eun emzivad ; eur foeter-hent e bro va zad. An awen N’out ket paour kaez den war an douar. N’emaout ket hep micher na stad hag, e Breiz, n’out ket eun divroad. Ar foeter-hent Mouez tener, mouez diamen, ha lavaret hoc’h eus n’oun ket eur paour kaez den. An awen Eur blanedenn dispar a zo tonket d’it war an douar. Ar foeter-hent Siouaz d’in ! Siouaz d’eoc’h ! mouez flour, mouez diamen, e Breiz ez oun bet hag e vin eur paour kaez den. An awen Te ’ zo kar d’ar Vreiziz, ha karet ganto holl, en deiz hizio dreist-holl, barz dianav. Ar foeter-hent N’oun ket barz, ziouaz d’in ! rak n’ouzon ket skriva ha n’ouzon ket lenn. Me ’ zo eur foeter-hent hag eur paour kaez den. Me ’ zo ar reuzeudika den a zo hizio war zouar Breiz. Rak Breiziz o deus argadet, Breiziz o deus gouzañvet, Breiziz a zo bet lazet… Ha me, ar foeter-hent, me a zo yaouank ha yac’h, ha me a zo divac’hagn !… An awen N’eo ket mezus beza yac’h, na beza divac’hagn. Breiziz o deus argadet, Breiziz o deus gouzañvet, Breiziz a zo bet lazet : tonket e oa. Te a zo beo hervez da blanedenn. Ar foeter-hent Planedenn c’haro ! An awen Da vuhez a dalvezo. Ar foeter-hent Talvoudus war an douar buhez eur foeter-hent !… Hogen, pedet em eus, ha Doue a bardono d’eur Breizad ma ne deo ket bet skuilhet e wad. An awen Foeter-hent, foeter-hent, da vuhez a dalvezo. Ar foeter-hent N’em eus na leve na danvez. An awen Danvez a zo alies paourentez. Hizio te ’ zo eun den pinvidik war zouar Breiz. Pinvidik en da galon, pinvidik en da ene, hag evit se, n’eus ezomm na danvez, na leve. Ar foeter-hent N’ouzon ket skriva, n’ouzon ket lenn ; me ’ zo eur paour kaez den penn-da-benn. An awen N’eus paour kaez den ebet e Breiz digabestret. Peorien, foeterien-hent, hailheboded a zo savet a-berz Doue da renk an uhela noblañs, ha te, ma n’ouzout ket skriva, ma n’ouzout ket lenn, te a oar kana ha te a gano da vro. Ar foeter-hent N’ouzon ket skriva, n’ouzon ket lenn, gouzout a ran kana ha me ’ gar va bro. An awen Ha te a gano. Ar foeter-hent Kerzet em eus dre Vreiz, pirc’hirin reuzeudik, gwall bleget dindan e blanedenn. Goapaet oun bet er c’hêriou pa dremenen o klask labour. An aluzen a c’houlennen ha meur a wech eo bet nac’het ouzin. Pa ganen e-tal an tiez ha pa c’houlennen goudor evit an noz war deil tomm ar c’hraou, e tistagas ar Gall ar chas war va lerc’h. Hogen, ne vagan ket kasoni, kaer ma veze a-wechou klevout ar chas o harzal en noziou klouar. Kousket em eus en hañv, er balanegou, e c’houez vat ar bleuniou o flourat al letonenn ; hag e kousken, dianken. D’ar pellgent e saven dibreder hag e kerzen, e briz-heol ar beure, eürus ha skañv, da heul va huñvreou. Henoz, avat, me ’ zo ar reuzeudika den a zo war an douar. Kenvroiz a zo bet lazet evit ar vro a garan ha va nerz d’in-me a zo chomet didalvez, evit d’in beza yaouank ha divac’hagn. E Breiz ez oun eun den a netra a gerz dre an hentou doun e frond ar geot hag ar bleun, en eur vaga huñvreou goullo. Karet em bije beza chilgamm, bouzar, mogn pe dall, neuze moarvat e vijen bet kavet dibec’hed. An awen Foeter-hent, foeter-hent, dibec’hed emaout dirak Doue ; da ene a zo direbech ha dinamm hag, hiviziken, e Breiz, ne vi ket eun den a netra. Te a gerzo dre ar Vro ha te a gano Breiz nevez. Ar foeter-hent Breiz nevez a ganin… Kerzet em eus, paour ha dister, dre an hentou doun. En targosiou daougroummet, e c’houitelle ar mouilc’hi hag ouz o c’hlevout e tride va c’halon hag e kanen evelto. Penn-da-benn d’ar c’hleuziou, e safrone ar gwenan e skourrou ar gwez dero, lugernus o deliou gant ar mel o tivera, ha balafenned a c’hoarielle hag a sune ar bleud e bleuniou ar mouarou. Hag evel balafenned, huñvreou hedro a c’hoarielle en-dro d’in, pa heden an hentou doun. Me ’ oa an eürusa den, neuze, war an douar. An awen An hentou doun a gani. Ar foeter-hent An hentou doun a ganin… An heol a floure man al lezou ; an heol a grene a brouskoad ar c’hleuziou. Heol a bare e kalon ar foeter-hent. An awen An hentou heoliet a gani. Ar foeter-hent An hentou heoliet a ganin… D’ar beure e veze arc’hantet ar geot gant gliz an noz. Hag e vez lavaret e tegas eurvad ar c’hlizenn arc’hantet d’ar c’henta tremeniad. En hentou e tremenen araok an dremenidi. An awen An hentou arc’hantet a gani. Ar foeter-hent An hentou arc’hantet a ganin… Traoniennou glas a hedis, nadoziou-aer a welis o voredi war ar c’hedigou meur. Hag e selaouis mouskan ar gwaziou en naoziou ha trouz sklintin ar stivellou er pradou… Bourrus e oa eva e boz va dourn an dour sklaer a virbilhe a-hed ar radenn-naer, diouz an diribinou. An awen An douriou a gani. Ar foeter-hent An douriou a ganin… D’an diskar, dre wall amzer, koumoul en oabl ha yen an avel, e koage hag e c’harme ar brini hag ar c’hefeleged-mor us d’ar parkeier hadet ; ha, da serr-noz, e yude ar bleizi er roziou. An awen Ar brini hag ar bleizi a gani. Ar foeter-hent Ar brini hag ar bleizi a ganin… Pa zegoueze d’in beza aet skuiz o vale, entanet ma oa va zreid ouz mein an hent, e kerzen dre ar c’hoadou, palennet o gwenodennou gant kinvi ha deliou melenet. D’ar goañv, e kaven eno disklav, ha distan dre hañv bero ; d’an nevez-amzer e lusen ; hag e kistinen, d’an diskar. Ar c’hoadou o c’hlaza, an heol klouar o para, an deliou o veleni, o kraza, o koueza ; ar glao o veradi… An awen Ar c’hoadou a gani. Ar foeter-hent Ar c’hoadou a ganin… Al lann e bleun a alaoure an diribinou ; ar brug hag ar brulu a oa tan war an torgennou. Noz ha deiz, a-hed ar bloaz, e veze dirazoun buhez ha kaerder Breiz. Breizad ebet n’anavez ha ne gar e vro, eveldoun-me, ar foeter-hent. Pa zistroe, goude o labour, ar gouerien c’hall d’ar gêr, e welen diwar ar gorreou an tiez o vogedi hag ar maeziou o voukaat, e mored an noz. Ha me, ar foeter-hent, e pare warnoun ar stered evel daoulagad ar sent, enaouet er baradoz. An awen An noziou sioul hag ar stered a gani. Nomenoe An heol a gani… Foeter-hent, foeter-hent, n’out ket eun divroad nag eun emzivad. Breiz eo da vamm, Doue eo da dad, ha da vro a gani… En hentou doun a bar an heol war o letonenn flour, e kano hiviziken ar portezour o vont da gas d’ar chêriou ar bleud hag ar bara ; e skoasilli digompez an hentou doun e kano rodou an tumporellou o tougen an teilh da struja ar parkou. Ar c’hirri o strakal hag o klemm gant ar bec’h, ar mirc’hed o reuda el loc’hennou hag o tenna tan ouz mein an hent hag ar charretour o pec’hi a gani. Ar foeter-hent Al labour a ganin… Nomenoe Er foenneier glas e skrijo ar falc’h er geot hir hag e youc’ho ar baotred goude ar falc’hadegou. Ar foeter-hent Al labour a ganin. Nomenoe Er c’hoadou, palennet o gwenodennou gant kinvi ha deliou melenet, e kano bouc’hal ar c’hoadour hag ar skolp a lammo, evel bleuniou, e bep tu. Ar gwez a zrasko en eur goueza hag ar skourrou, en eur c’hourvez, a blado ar man hag al lus. Gant delc’h an dero, avat, e vo steuet binviou hag e korf ar fao e vo tailhet bouteier evit ar Vreiziz a valee, kent, diarc’hen. Ar foeter-hent Al labour a ganin. Nomenoe War-c’horre ar menez, el lannegou, e vo maradeg ha, goude tan ar brug, e luc’ho aour an ed. Ha diwar an diribinou, e weli betek serr-noz, ar chatal o peuri dibreder, en traoniennou sioul. Rak, argadet hon eus, hag ar bleizi a zo bet argaset ha lazet. Ar bleizi a zo bet lazet, foeter-hent, hag ar stered a zo kouezet diouz an neñv. E Breiz nevez, an heol a gani. (Ar stered a varv en-dro da benn Nomenoe ; dremm ar c’hadour a zeu da veza skedus evel an heol.) Ar foeter-hent Ar stered a zo kouezet diouz an neñv. An heol a ganin. (Dihun a ra. Koueza a ra war benn e zaoulin.) Te ’ zo Nomenoe, an heol e Breiz Nevez. An heol a ganin. Nomenoe Bennoz d’it, foeter-hent ! Gwelloc’h eget danvez, gwelloc’h eget leve a gavan ez ene. (Outañ e-unan.) E Breiz digabestret, gant eur paour nemetken, oun bet anavezet. Ar gouerien o deus danvez a zo, siouaz d’ezo ! en o c’halonou, dienez. Paneveto e vije bet, pell ’ zo, dieubet ar Vamm-Vro. En arme Nomenoe, he deus roet lamm d’ar Gall, ne oa nemet peorien ha foeterien-hent. An hailhebod a laeras marc’h ar julod, hag ar mab dinatur hini e dad, evit mont d’an argad… Ar werin galonek a vo uhelaet ; setu lezenn Nomenoe. (D’ar Foeter-hent) : Te ’ vo nobl hiviziken, te ha da geneiled, ar foeterien-hent. Rak ar werin eo ar ouenn a gan, a gar, a gann hag a gemenno. (Eur pennad. Pedi a ra.) Aotrou Doue, dirazout emaoun dister ha noaz, Evel da Vab war ar groaz. Hogen, al labour boulc’het a zo da veza kaset da benn, Ha n'oun va-unan nemet eur foeter-hent. Foeterien-hent a vo arme Breiz nevez. Hogen, n’o deus na mad na danvez, O danvez a zo karantez evit o bro ha Doue ; Er bed all evito, e talvezo leve. Kinnig a ran d’it va foeterien-hent. Aotrou Doue ; O c’hinnig a ran d’it korf hag ene. Kemer ar re a zo bet lazet, en da baradoz ; Ar re a chom, skuilh warno da vennoz. Skuilh ennoun sklerijenn, skuilh warno da nerz, Betek ma vo sevenet an diweza aberz. (Eur c’han dudius a ziskenn eus an neñv hag e weler o tarza en-dro da Nomenoe tasmanton gwenn ha lugernus ar vrezelourien bet lazet e kompezenn Ballon. Nomenoe a ya e vent war vrasaat.) Me ’ zo, e Breiz Nevez, Foeter-Hent Doue… Me ’ zo an Nomenoe, penn-da-benn.