Pont Krac'h, Pont an Diaoul C'hoari farsus en un arvest C'HOARIERIEN An diaouled : Satan, Lusifer, Belzebut, Berit, Astarot, Mefistofelez ha Paolig Kornek. Ar Wrac'h. Ar Vugale. Ar Vamm. An Azen Ar C'hazh Ar Miliner An Ael. Kentañ Diviz En Ifern. An diaouled : Satan – Lusifer -Belzebut – Berit – Astarot An Diaouled Fall ar stal en ifern ! N'hon eus tamm labour ebet ken. Pratik ebet ken. Berr lost an arc'hant. Dilabour ! Ret eo deomp mont da glask hor bara ! Ret eo deomp mont war an Douar Bras. Klask labour. Klask eneoù evit tan an ifern. Da belec'h mont ? Me oar da belec'h mont ! Lavar deomp 'ta neuze ! Tost d'an Aber Ac'h ez eus ur voereb kozh din o chom. Gwrac'h an Aber Ac'h eo hec'h anv. Ma ! Arabat chom da yariñ amañ ! Deomp dezhi ! Diviz 2 E ti ar Wrac'h Ar wrac'h Me eo ar Wrac'h ! Gwrac'h an Aber Ac'h, Glav hag avel ken a gac'h ! (Tok, tok... ouzh an nor ) Piv zo aze 'ta ? Deuit en ti ! Stag eo ar c'hi. (Erru eo an Diaouled.) Biskoazh kemend-all ! Va c'hendirvi, an Diaouled spontus ! Penaos emañ ar bed ganeoc'h ? An diaouled Setu ni, Belzebut, Astarot ha Berit, Mevelien Vihan, Mevelien Vras, an Diaoul Satanaz. Penaos emañ kont ganeoc'h, tintin muiañ karet ? Ar wrac'h Etre karrez ha ront E-mod-se emañ kont ! Petra zo nevez ganeoc'h ? Deuet oc'h eus an Ifern ? An diaouled Fall-ki an traoù ganeomp. Pratik ebet ! Tamm labour ebet ! Gwenneg toull ebet ken ! Aet eo ar stal da stalig... ...hag ar stalig da netra. Ar wrac'h Mantrus eo ! Penaos reiñ skoazell deoc'h ? Anaout a ran un tiegezh paour – paour razh... Miliner eo an tad. Fritañ laou a reont war bilig ar baourentez. Gwerzhañ a rafent o c'horf hag o ene a evit kaout ur vuhez aesoc'h. Un diaoul Pelec'h emaint o chom ? Ar wrac'h E Milin an ael, etre Kernaot ha Lezerdot. Un diaoul Un ael ! Ne c'hellimp ket mont di ! Ar wrac'h Arabat deoc'h ober biloù. Pell zo n'eus ael ebet ken eno. Kit da gavout ar miliner... Grit marc'had gantañ. Un diaoul Peseurt marc'had ? Ar wrac'h Peseurt marc'had ? Peseurt marc'hadoù a ra an diaouled 'ta ? Prenañ eneoù ! Na petra 'ta ? Un diaoul Prenañ eneoù ! Anat eo ! Bennozh Doue deoc'h... heu... Bennozh an Diaoul deoc'h; gwrac'hig kozh. Ar wrac'h Me eo ar wrac'h ! Gwrac'h an Aber Ac'h. Trouz mor en Aber Ac'h, Glav hag avel ken a gac'h ! Diviz 3 War ar maez, en ur wenodenn voan ; ar vamm hag he bugale o tougen sac'hadoù bleud. Skuizh int, fallgalonet, marnaoniet. Ar vugale Pegen pounner eo ar sac'hadoù bleud, mamm ! Skuizh omp, mamm, skuizh-marv. N'on ket gouest da zougen va sac'had ken. Chomomp a-sav mamm. Ar vamm Kalon deoc'h va bugale. Pounner eo ho samm, a ouzon. N'eo ket aes hor buhez. Ar vugale Perak ar vuhez-mañ, mamm ? Perak e vez ret deomp kas ar sac'hadoù ken pell. En tu all da ganol an Aber Ac'h ? Ar vamm Miliner eo ho tad. Ret-mat eo deoc'h sikour anezhañ, evit kaout bara a zebriñ. Ar vugale Ur gwall vicher eo bezañ miliner ! Ar vamm Sammit ho sac'hadoù bleud ha deomp adarre ! (Krog int da vale adarre. Diflukañ a ra ur bagad diaouligoù. Spontet-marv eo ar vamm hag ar vugale.) Ar vugale Sikour Deomp ! An diaouled ! Spontus eo. An diaouled Arabat deoc'h kaout aon. N'omp ket drouk Deut omp da reiñ un taol skoaz deoc'h. Ar vamm Peseurt taol skoaz 'ta ? An Diaouled Skoazellañ ac'hanoc'h da zougen ho sammad bleud. Ar vamm Ha pegement a c'houlennit ? An diaouled Gwenneg ebet... Nemet hoc'h ene pa varvoc'h. Ar vamm Hon ene ! Ne fell ket deomp gwerzhañ hon ene d'an diaoul. Ar vugale Ne fell ket deomp mont d'an Ifern. An diaouled Bras eo an ifern... En ifern eo tomm En ifern n'ho peus ket ezhomm labourat En ifern ez eus boued war an daol. Plijus eo an ifern. Ar vamm Gwelloc'h eo ganeomp poaniañ war an tamm douar-mañ evit gounit ar Baradoz. An diaouled Ar baradoz ! Kaozioù sot ! Ar vamm Kit kuit bremañ ! An diaouled Keuz ho po ! Keuz ho po ! Diviz 4 Ar miliner gant e azen o tont d'ar vilin. Ar c'hazh a zo o piltrotat war o lerc'h. An azen Kae pelloc'h 'ta, kazh milliget. Strobet on ganit. Ar c'hazh Ro peoc'h azen kornek ha kae war-raok. Ar miliner Pebezh troiad hir ! N'out ket re skuizh azenig kaezh ? An azen Geo, skuizh on. Ar c'hazh Atav o klemm. An azen (En ur reiñ un taol «ru» dezhañ) Dal, targazh fall ! Ar miliner Va loened kaezh, chomit a-sav gant ho kannoù. Pounner eo ar sac'hadoù greun, a rankomp mont da gerc'hat en tu all d'ar stêr... Salv e vefe ur pont dreist an aber ! ! (An diaouled zo bet o selaou. Al loened o deus c'hweset anezho.) Ar miliner Petra a zo, anevaled ?... An diaouled (hep bezañ gwelet gant ar miliner) Aber Wrac'h milliget Salv e vefe ur pont, emezout ? Ma fell dit e vefe savet ur pont n'az peus nemet lakaat da anv e traoñ ar parch-mañ ! (En ur ziskouez anezhañ dezhañ) Ar miliner Unan bennak zo o komz. Pe un hunvre eo ? (Kenderc'hel a reont da vale.) Diviz 5 Er gêr. Emañ ar vugale hag ar vamm oc'h aozañ koan. Ar vamm Deomp ouzh taol, va bugale. Ar vugale Ya, mammig, deomp ouzh taol. Lakaomp ar skudelloù war an daol Lakaomp al loaioù. Ar fourchetezoù hag ar c'hontilli. Un tammig bara du. Hag ur banne dour. (Erru eo an tad hag ar c'hazh) Ar miliner Mont a ra, va bugale Ar vugale Ya, ya, tad. Ha penaos emañ ar bed ganeoc'h ? Ar miliner Mat an traoù ganin. Ar vugale Ha te Penn-du ? Ar c'hazh Skuizh on o redek war-lerc'h Azenig ! Ar vamm Soubenn war an daol. Ar miliner Soubenn an tri zraig. Ar vugale Dour, holen ha baraig. Soubenn adarre ! Soubenn bemdez. Souben noz-deiz Kig, morse ! Fellout a ra deomp kaout kig da zebriñ. Ar vamm N'hon eus ket arc'hant a-walc'h da brenañ kig. Ar vugale Perak n'hon eus ket arc'hant ? Evit gellout debriñ kig Kig moc'h, kig saout, kig kazeg Kig deñved, kig yer, kig konikl Kig ha farz ! Bemdez kig ha farz Sul-ouel-pemdez kig ha farz Noz ha deiz kig ha farz Fellout a ra deomp kaout kig ha farz da zebriñ Ar miliner Kig ha farz a vefe da zebriñ en ti-mañ ma ne kollfen ket amzer oc'h ober an dro vras evit kerc'hat ar greun ha kas ar bleud. Ar vamm Kit da gousket bremañ ha laoskit o tad e peoc'h... Ar vugale Deomp da gousket ! Goullo hor c'hof Ha sevel abred adarre warc'hoazh vintin. Evit mont da gas ar bleud. Ya, deomp da gousket ha da hunvreal. Hunvreal gant ur pladad kig ha farz ! Ar miliner Noz vat, va bugale ! Ar vugale Noz vat tadig, noz vat mammig. Ar vamm Ma ! Me zo o vont ivez... Aze e chomi c'hoazh ? Ar miliner Ur pennad nemetken. Diviz 6 Ar miliner gant ar c'hazh Ar miliner Malañ greun d'ober bleud ha tamm bara ebet da zebriñ. Bezañ kazh miliner ha bevañ er vizer ! Ar miliner Te c'hoazh a c'hell mont da logota ha da labouseta. Kazh Siwazh, e ti ar paou, n'eus logodenn ebet na labous ebet. Ar miliner Salv e vefe ur pont dreist ar stêr ! (Difoupañ a ra ar bagad diaouled en ti dre doull ar siminal.) An diaouled Ah ! Ah ! Ah ! Ni eo an diaouled spontus Deuet omp eus an ifern An ifern yen, an ifern domm Evit spontañ tud an Douar. (Dañsal a reont) Ar miliner Na petra eo hoc'h anv ? An diaouled Lusifer eo va anv, mestr bras an Ifern. Belzebut on-me, mevel bras Lusifer. Ha me Mefistofelez, ar mevel bihan. Satanaz on-me... Paolig Kornek, an diaoul kamm. Astarot... ...ha Berit. Lakaat a reomp ar bed da grenañ gant ar spont. Ar miliner D'ober petra oc'h deuet amañ ? An diaouled Ur pont 'peus c'hoant kaout ? Ur pont bras. Ur pont hir. Ur pont hir. Dreist an aber Ac'h Ar miliner C'hoant am eus kaout ur pont, gwir eo. Piv a savo ar pont-se din ? An diaouled Me zo ouest da sevel ar pont-se din ? Ha me ivez, ha me ivez. Ha me 'ta ! Ar miliner Gwir eo ? Ar miliner Gwir bater eo. Ar miliner Pegeit e vezoc'h oc'h ober al labour ? An diaouled Un nozvezh nemetken. Ar miliner Pegement e vo ? An diaouled Ne vo ket ker. Un dra nemetken. Un dra vihan nemetken. Ar miliner Peseurt tra ? An diaouled An ene kentañ. An ene kentañ a dremeno war ar pont. Ar miliner An ene kentañ ? Ret eo din ober va soñj. Ar c'hazh Lavar ya 'ta ! Ar miliner Mat eo din, an ene kentañ? Greomp ar marc'had. (Mont a reont kuit goude bezañ gant o dorn e dorn ar miliner) Diviz 7 Erru an Ael e-kreiz ur sklerijenn vurzhudus Miliner Sell 'ta piv ! An ael. An ael eo. Ael Souezhet out ? Er gêr emaon amañ. Miliner Er gêr ? Ael Milin an Ael eo ar vilin-mañ. Miliner Ne oac'h ket aet er-maez ar vro. Ael Morse ne'm eus kuitaet va milin. Ho tiwall a ran. Miliner Hon diwall a rez ha n o vevañ e-kreiz ar baourentez. Ael Emaoc'h o c'hounit ar Baradoz ! Perak 'peus graet marc'had gant an Diaoul ? Miliner Dre druez ouzh va gwreg ha va bugale. Ael En ifern e vo krisoc'h c'hoazh. Miliner Petra ober e-giz all ? Ael Lak ar c'hazh da dremen da gentañ. Ar c'hazh Ha me a vo paket gant an diaoul ! Ael Te ne'z peus ene ebet ! Ar c'hazh Ene ebet ! Biskoazh c'hoazh ! Ar miliner Trugarez dit, va ael mat. Evel-se e c'hellin touellañ an diaoul ha saveteiñ va familh. Ar c'hazh Ha me 'ta ? ...Laouen on da c'hellout c'hoari un dro-gamm da Baolig an Diaoul... kamm ! Diviz 8 Emañ an Diaouled o labourat da sevel ar pont An diaouled Bec'h d'al labour diaouledigoù. Pezhiadoù mein, pezhiadoù kerreg, pezhiadoù reier... ...lakaet stok-ha-stok, a-dreuz ar stêr. ...evit sevel ur pont nevez, ur pont hir-hir, uhel-uhel, ledan-ledan... Gant pemp toull dindan, da laosker an dour da dremen... ... Setu echu al labour. Echu eo ar pont. Gortozomp hor gopr bremañ. Setu erru ar miliner gant e familh. Ar miliner Na pegen bras eo ar pont. Ar vamm Na pegen kaer eo ar pont. Ar vugale Na pegen farsus an dour dre an toulloù. Ar c'hazh Emaon o vont da vougañ er sac'h-mañ. (er sac'h) An holl Meuleudi deoc'h, diaouled ! An diaouled Emaon o c'hortoz va gopr ! Ar miliner Setu eñ ! (en ur zigeriñ ar sac'h) Ar c'hazh Setu da c'hopr Paolig. Paeet mat out bet ? Un diaoul Ur c'hazh ! Laeret omp bet, trubardet omp bet. Ur c'hazh du ! Sikour ! Sikour... (Mont a reont kuit dirak ar c'hazh) Ar c'hazh Deus amañ Paolig ma rin stripoù ganit ! (An holl da c'hoarzhin) Ar miliner Paket an diaoul ganeomp. Ar familh Ha savet ur pont nevez deomp. Ar vugale Aesoc'h 'vo al labour bremañ. Pinvidikoc'h e vimp. Boued mat a vo war daol. Ha kig ha farz. Ar miliner, a-gorn Deomp da labourat. Bremañ e vo plijus al labour. Holl Ya deomp da labourat milliget Ra vo milliget ar pont-mañ ha kement hini a dremeno warnañ. Pont an Diaoul a vezo graet anezhañ hiviziken ! Echu.