GEOTENN AR WERC’HEZ Bep mintin e tarzhe brońsoů hag e tigore bleunioů nevez. An tommheolig a varelle ar peurvanoů ha letonennoů an hent ; ar glizin, ar penn-glas a ziwane er gwasked, e diribin ar c’hleuzioů troet ouzh ar c’hreisteiz, hag ar velionenn en em andore e geot al lezennoů. Er foenneier e krene beskennoůigoů ar c’hilked-broan ha kurunenn wenn an dro-heol. Ar valafenn hedro o fismige hag a floure o bleud gant hec’h eskell voulouz-seiz. Hag er girzhier, an drask, ar rujodenn, an tinter, ar golvan a richane d’an heol ; ar voualc’h a c’hwibane er strouezh, eilet a-bennadoů gant ar borzevelleg louet. Kemenn a raent an eil d’egile e livrine brulu an torgennoů hag e kammigelle an nadoz-aer a-hed ar stivelloů, ken mibin hag he skeud en dour. An nevez-amzer a oa deut abred. Edo Lotea o pignat gant ar c’harr-hent, bet o kerc’hat, er gęr dostań, ur gazeliad geot ar Werc’hez da vleuniań dor he zi. Mousc’hoarzhin a reas din gant ur mousc’hoarzh trist ha stummet diheverz. Azezań ’reas ouzh man ar c’hleuz evit kemer anal. Un aezhenn glouar a hiboude a-us dezhi e trollennoů al lavrig hag ar gwezvoud. Divougenn ha muzelloů Lotea a oa savet warno bleunioů, livrin e-giz ar brulu ; ha sklaeraet e kavis he daoulagad, a liv gant an oabl boull. Goude debret gantań e damm bara a zek eur, an tad a vutune, helmoet ouzh taol, e chik war balm e zorn, ha garenn e gorn e skalf e vizied evit skorań e garvanoů dizant. Bep un eil sachadenn ha bep un eil mogedenn, e stoue e benn evit tufań etre e zivesker, hag e lakae a-nevez e chik war ar palm kaledet. Ur roufenn don a oa war e dal. Edo dilavar hag alvaonet ouzh ar porzh. Ar vamm a droidelle dre an ti. — Petra a vezo graet ? emezi. An hini kozh ne fińvas ket e vuzelloů ha ne zistroas ket e benn. — Petra vezo graet ? emezań, goude ur pennad, heu !… heu !… Ar gwinizh a zo aet gant ar rev ; ar c’herc’h n’ eo ket diwanet stank… heu !… Skeud Lotea a dremenas war werenn ar prenestr. — …gortoz. Sevel a reas evit mont d’ e labour. Ar vamm a stouas he fenn. An nevez-amzer a vleunie ar gwez, ar girzhier, ar peurvanoů, ar foenneier ha leton an hentoů ; al laboused a gane d’an heol ha d’o c’harantezioů nevez. Lotea ne gavas boked mae ebet o vleuniań dor he zi. An tad en doa lavaret : …nann. Ar mammoů a wilioudas ha bugaligoů nevez a vleunias en tiez. Bleunienn a c’hoanag ebet ne zigoras e kalon Lotea. An tad a vire outo digeriń. Hag ar vugaligoů, krouet war-lerc’h al labourioů tenn, en amzer klouar ar peurzorn er bloavezh tremenet, a richanas e-giz laboused. Bleunioů ar gwez a c’holoas al leton. Hag, er mare-ser, an tad a lavaras ur wech c’hoazh e oa ret gortoz ur pennadig. Ar vamm a hejas he fenn ha ne lavaras ger. An dornerezed a voudas. C’hoarzhadeg ar yaouankizoů a skiltras war al leurioů dornań. Lotea ne c’hoarzhas nag er poultrenn nag er pell ha ne skiltras ket he mouezh e boud an dornerez ; den n’he c’halvas, den n’he choupas, den ne bokas dezhi. Edo war he gwele pa oa dornadeg e ti he zad. E-pad ur c’hornad butun, un dorner a c’houlennas digant an ozhac’h : — Ha da verc’h, penaos emań-hi ? — Gwelloc’h eget ne gav dit, emezań, krenn. Daou zorner all, bet o tanań ur c’horn en ti, a oa dres o lavarout en ur zistreiń d’ al leur : — Lotea he deus skopet gwad. — An dornerez en-dro ! a lavaras an tad. Hag eń d’ an ti. Lotea morlivet war he gwele, a vousc’hoarzhas dezhań. — N’eus droug ebet, emezi. An tad a zistroas d’ al leur. — Ne grede ket din, e sońje, edo hi ken fall. Petra a vo graet dezhi ?… Pelec’h e vo soursiet outi kerkoulz hag e ti he zad hag he mamm, ha pelec’h e kavo un aer yac’haus evel aer ar c’hoad, amań ? Ret e vo din evelato… evit bezań direbech… pa vo divrazet labourioů an eost, he c’has… Mont a ra falloc’h fall. Ma vo dispign, sentiń ouzh ar wreg a vo bet graet… Ne c’hoarzhas ket a-hed an deiz. Koaniet e oa. — Ha bremań, yaouankizoů, ur ganaouenn hag un abadenn goroll, a gemennas ar vestrez. Den ne reas an asvan da glevout. — Kanań ’reot an taol-mań, emezi, en ur hejań ur voutailhad rom plouz. Kemer ar werenn ’ta, va mab kaer. Ar paotr yaouank a ruzias. — N’em eus ket ezhomm, emezań. — Nag a c’heizoů gant ar baotred en amzer hiziv ! Kavout a ri an dibab eus ar merc’hed. Ur paotr yaouank all a nac’has ; un trede a nac’has evelto. Hep mar ez oant en em glevet. — Piv a gemero ? a c’houlennas ar wreg. — Kas ar rom-se ganit, eme an ozhac’h, na pa vefe nemet gant ar vezh. Pec’hed ober fae war rom ken ker. Per, lesanvet an Trilonk, a astennas e zorn en ur grenań. Ne oa ket krenerezh anoued na krenerezh kozhni : ha pa ne veze ket a-walc’h da evań e-lec’h e laboure, Per a rae ur c’housk e-tal ar bern plouz hag a zistroe d’ ar gęr. — Va merc’h-me, eme Ber, en ur dostaat ar werenn ouzh e c’henou, va merc’h-me… a zo bet… klańv. Prenet em eus… he buhez, en ur werzhań… ur park… va jav… va jav… hag ober tri… tri devezh falc’hat. Da rom ?… da rom, dal ! flaeriań ’ra. Ha Per a strinkas ar werenn ouzh ar voger. An ozhac’h a c’hlazas. Paotred yaouank a gasas ganto Per er-maez hag a serras dor an ti war o lerc’h. Ne oa bet d’ar peurzorn na kanaouenn na koroll, ar pezh a zo un dismegańs evit un tiegezh a zoare. Ha d’an diskar-amzer pa grene an delioů melenet e lein ar skourroů, ha pa gweńve war ar c’hleuz ar bleunioů diwezhań, e serras Lotea he daoulagad e ti he zad hag he mamm. Ar marv a bokas dezhi hag a gutuilhas bleunioů re livrin he divougenn un deiz ma tremene war an oabl boull ur goumoulenn wenn. Eus pep kęr, eus pep ti e teuas tud d’an douaridigezh. Eizh plac’h yaouank, peder ha peder, a zougas ar c’horf dre garrhent ar gwezvoud. Ar vamm, ur strafuilh ouzh he c’hlevout, a ouele a bouez penn hag a semplas dirak dor ar vered. An tad a chome simudet, prennet e javedoů, hag an diskiantegezh o skediń en e zaoulagad. Hogen, pa welas lakaat ar fun dindan an arched, ha daou zen o tibradań ar c’horf evit e ziskenn en toull, e tennas eus e askre ur vlejadenn vraouac’hus. Dirak ur seurt kalonad, gwazed zoken a stagas da ouelań. An ozhac’h kozh en em stleje d’ar gęr, mall warnań degouezhout gant aon mankout en hent. Daeroů a zalle e zaoulagad hep gallout ruilhań dreist ar malvennoů. Sellout a reas en-dro dezhań, hag e kredas edo en un hent dianav. Ar gwez a oa uhelaet o ment, krommet o gwaregoů, kresket o skodennoů ha koshaet o oad, hag eń en em gavas, en ur spontadenn, dizeriet ha diamzeret. Delioů kras a fińvas etre e dreid. En tu all d’ar c’hleuz un aneval a zaoulammas e strouezh ar foz hag a drouzas er c’helenn. — Pemoc’h ! a lavaras ur vouezh. Kefioů an targosoů a dridas war an oabl. — Pemoc’h ! a hope an targosoů. An avel a c’hwitellas en-dro dezhań. — Pemoc’h ! a c’hwitelle an avel. Ar vein kizidik a skrijas da bep kammed dindan e dreid. — Pemoc’h ! a skrije ar vein. An hini kozh a yeas buanoc’h. Ar mouezhioů euzhus a rede d’e heul, a greske, a dregerne er parkeier, er c’hoadoů, a damalle, a vrude… — Pemoc’h ! a c’harmas ur vouezh all. An tad a zisac’has eus e sav e kreiz an hent. Klevet en doa fraezh e poull e galon mouezh e verc’h Lotea o tamall he marv d’e bizhoni. Nann. Ene Lotea a oa pell diouzh ar safaroů douarel, pell diouzh hor c’harrhentoů… Evelato, pa dremenan e karrhent ar gwezvoud, poan am eus krediń n’ emań ket anal Lotea e frond ar bleunioů hag he mouezh e boud an aezenn pa glevan bep gwech ar c’homzoů a lavare din, p’ edo harpet ouzh man ar c’hleuz, en he hent diwezhań : Ne zigor ket bleunioů e geot ar Werc’hez. UR BARR-AVEL Yann ar C’herneis a dorras skouarn an alar bras en ur dreiń douar-lann. Ar gontell a dalmas war ur wrizienn hag ar souc’h a risklas dindani. An alar a reas ur giladenn. Yann eus an haeloů a hope : ho ! Paotr ar c’hezeg a hope : hei ! Gant c’hwec’h jav o reudań ouzh ar sparl, ar skouarn a lammas a dammoů eus an erv hanter-c’hraet. — Hag adarre ! a lavaras Yann ar C’herneis. Ar wazed a zistagas o c’hezeg. Harpań ’reas al labour e gwaremm ar menez, ha n’edo ket c’hoazh savet uhel an heol. An noz a oa tost. Yann ar C’herneis a zistroe eus ar foenneg gant ur c’harrad melchon glas. Ar c’harr storloket war an hent digompez, a zraskas en ur skoasell. An ahel a dorras. Ar c’harr, en ur gouezhań, a reas skilhoů gant ar rod. Yann a zisternas ar gazeg eus al loc’hennoů hep distagań komz. Rummadoů kozh a zo war ar maez. Perc’henned pinvidik dreist-gońvor ha morse diezhomm. Ezhec’h hag a vev gant o feadra hep chal na tregas. Kouerien paour-razh, re zienek evit magań fiziańs, re voazet ouzh ar baourentez evit en em glemm, ha kalonek bepred en o labourioů tenn. Yann ar C’herneis a oa bet darbet dezhań, ur wech pe ziv, pignat eus an trede rumm d’an eil. Ar c’hleńved war al loened pe war an dud ; ar glav, ar sec’hor pe ar skorn o doa miret outań cheńch stad. Hag hiziv, evit ma vezo rodet e garr ha troet ar waremm penn-da-benn, ez eo deut da foar Gastellin da werzhań e ebeul. Evit an trede gwech ar marc’hadour a c’hoarias an dro d’al loen. — N’eus ket distaol ? — N’eus ket. — Distaol kant lur. — Daouzek kant em eus lavaret. Ar marc’hadour a hejas e benn, hag a reas an asvan da bellaat. — Unnek kant, emezań en ur zistreiń. — Kant ouzhpenn. — Disteurel a ri... Unnek kant hanter ! — Boued a zo dezhań er gęr. Ar marc’hadour a dremenas e zorn war gein al loen, a-c’hin d’ar blev. — Gra dezhań redek un tregont kammed, emezań. An ebeul a rede skouer. — Derc’hel a rez da briz ? — Ya. — Kerik mat eo. Prez a zo warnon. Dao. Palv o dorn dehou a stlakas an eil ouzh egile, div wech. Graet e oa marc’had. — Stag al loen, aze, ouzh tal an ti, ha deomp da evań ur banne ha da renkań ar gont. Yann a selle ouzh ar bilhedoů o tarzhań dirak e zaoulagad, displeget unan hag unan. Pa gontas : daouzek, e santas e galon skańvaet. Evit mil lur en dije roet e loen. Yann ar C’herneis a ziskenne eus marc’had ar c’hezeg. E galon a lamme taeroc’h eget kustum, ha, da heul lammoů e galon, priz ar marc’had tonket. Lakaat a reas e zorn en e c’hodell evit meudań ar bilhedoů ha klevout kan ar paper kras : … Ar skouarn… Ar rod… An ahel… … — Echu ar foar, Yann ! — Echu, Herve. Ha ganit ? — Ne rin ket foar hiziv. Edon e sońj prenań ur vuoc’h… Keraouez a zo war ar saout. Eus ur vuoc’hig e c’houlenner eizh kant lur. Ken din bezań deut d’ ar foar diwezhań !… Evit ar priz/se em bije bet an dibab… — N’ em eus ket d’ en em glemm. Koulskoude, gant ur miz all er c’hraou… …Ar c’harr a vezo rodet hag ahelet, hag an alar en devo ur skouarn nevez. An abardaez oa klouar. Frond an nevez-amzer dastumet gant an avel en ur dremen dre ar parkoů, a nije a-dreuz kęr, a gaouadoů skańv. We bare mui an heol er straedoů. Harpet edo e sklerijenn gant turumell serz ar C’hastell. Bannoů en em sile e gwez al lein ; an delioů, heoliet, a denne da laboused aour. Tuf an tornaod gozh a voukae. Tren peder eur a c’hwitellas war bont Kerlobred. Gweturioů ar marc’had a rede etre ar plataned dizeil war-du Sant-Kouli ha war-du Meilhvern. Skeud an abardaez a c’houneze koad menez Bann-Nin, hag an heol o tiskenn, a enaoue war an diribin enep, aour al lann a tan ar brug. Pe sońj a zeuas da Yann ar C’herneis ? peseurt menoz diboell a reas dezhań arsaviń war bont Kastellin ? peseurt planedenn yud a grogas en e zorn hag a reas dezhań kemer e vilhedoů bank, hag o dispakań war an aspled ?... A-boan ma edont dispaket, ur barr-avel a c’hwezhas hag o skubas er stęr. Izeloc’hik e trouze ar skluz... Dizaon ouzh treid ar c’hezeg, ouzh kerniel ar saout, ouzh rodoů ar c’hirri, Yann a dreuz ar pont en ur redadenn, hag a vount kement den a ziwar e hent. Ur gwaz a grog en e chupenn hag a glask e harpań. Yann e wint ouzh ur maen benerezh. Emań dreist !... N’emań ket. Yann a c’hourvez ouzh moger ar stęr, evel taget gant ur pistig. E arc’hant a zo aet dreist ar skluz, hag e spered da heul. E-harz ar skluz an dour a verv hag a eonenn ouzh ar c’herreg ; pelloc’h e tiskenn lizidour gant paper distrempet, roget, divalvoud, war-du ar mor tost. Yann ar C’herneis a chome da alvaoniń ouzh an dour. O welout an dud oc’h en em vodań a-dreńv e gein, e teuas mezh dezhań. Brallań ’reas war e dreid ; e gorf a gostezas war-du ar gęr. Heuliań ’reas hent ar stęr vras gant kas ouzh an hentoů darempredet. An dour a oa glas ha don. Aezenn ebet n’ he c’hrize d’ar mare. Skeud an elo hag ar pupli gant o bodoů uhelvarr a oa difińv. Koumoulennoů gwenn a dremene e don an dour. A-boan ma fiche war ar gorre ur bod elestr ha klogorennoů spoum. En tu dehou, war an hent bras, un diaoul a stleje ur wezenn en istribilh ouzh an ahel. Ar rodoů a storloke hag a zraske war ar vein. Ahel ha rodoů an diaoul ne dorrint ket. Gweturioů ar foar a ya d’ar gęr d’an drot. Ur wetur a dremen skańv ha dillo. Un ebeul a zo staget ouzh al lost. Ne glever war an hent bras nemet hern marc’h al loc’hennoů. Saprennoů menez Bann-Nin a zo dilusk ha du. En tu kleiz, ’harz e dreid, ar stęr a zo skedus ha moredet. An dour a zo touellus hag a sach. Ar c’hoabrennoů a dremen goustadikoc’h er strad ec’honaet. Dre ma kerzh gant e hent, boud ur skluz all a dosta... An dour a gan e bouilh an eonenn. Hegas eo kan ar skluz. Dre hentoů kozh ha meinek, Yann a dec’h e-giz ul laer. Tennań ’ra e dog en ur vont e-biou d’ar groaz. Tavet eo kan ar skluz. Ur barr-avel a dremen er gwez kistin... Pa zegouezhas Yann ar C’herneis er gęr, edo ar wreg er stivell. Yann a ziwiskas e zilhad foar evit bouetań al loened. Da c’hortoz ur rod nevez, e oa ret choukata bec’hioů geot eus al liorzh a-dreńv. Yann a gemeras ur gordenn hag e falc’h. Ar gwez avaloů a oa en o bleuńv. Ar frond tanav skignet el liorzh a oa heskinus en abardaez-noz. Ar Falc’h a skrijas er geot. — Graet hoc’h eus foar, Yann ! eme ur vouezh a-bell. Yann a reas ul lamm. — Ya, emezań. Ha Mari, o tiskuizhań e toull ar gloued, a sammas adarre he boutegad dilhad kannet. C’hwiled a safrone er serr-noz. Un askell-groc’hen a dremenas didrouz war an oabl. Ar girzhier a oa moredet. Ar bokedoů-laezh e tislive o delioů melen er gwrimennoů sin. Ur vogedenn a save eus ar siminal iliavek. Frond ar geot, frond ar bleunioů, frond ar sev, Frond an douar frouezhus a vouskane el liorzh… Yann ar C’herneis a dennas un alanad hir, a leunias e skevent gant c’hwezoů an nevez-amzer, hag en em stagas ouzh ar groug. PROMETHEUS EREET Dihun a reas d’ar pellgent, blaz ar gwad war e deod. Klańvourien a doc’helle dre o c’housk. Genel a reas, e gouzoug ur c’hlańvour, ur glemmadenn izil. Gouyender en em sile er sal, dre ar prenestroů digor-frank. Ar stered a zaskrene en noz skedus. Ar menezioů euskarek a oa du war an oabl. Ar mor a vouboue... Sellout a rae ouzh ar menezioů du, heńvel ouzh ar menezioů dizarempred, ma voe ereet war o lein, a-hed kantvedoů, Prometheus, Laer an Tan. Hag e selle ouzh ar stered divarvel, hag e selaoue o vouskanań, en noz ec’hon, anal c’halloudek ar mor. Nerzh nevez en em sile en e wad. E ene a dride. Un nozvezh, war ar menezioů, ahont, e oa deredet ar c’houmoul ; o doa lufret al luc’hed ; ha talmet ar gurun. Deut e oa tan an neńv da zeskiń dezhań skeudennaouiń an drama doueel. Antronoz e stagas da engraviń er c’hoad an Titan alouber. C’hoant a zeuas dezhań sevel ha distreiń da Vreizh, da gizellań, diouzh e vicher ; da dennań eus kalon ar maen Prometheus Aesc’hulos. Un arzour yaouank a oa anezhań, diazezet war e ijin ul lodenn vras eus goanag ur vro nevez. Siwazh ! tan ar vuhez ne vez ket aloubet. Edo ar stered o vervel. Ur ruzell a lezenne dremmwel ar reter hag a vorlive lińserioů gwenn ar gweleoů. Ar sklerijenn a c’houneze an oabl. War lein ar menezioů e skedas mousc’hoarzh kentań an heol. Ar c’hudoned e trouze o eskell en traoniennoů moredet. « O Aether doueel, Avelioů prim hoc’h eskell, Doureier ar stęrioů, Mousc’hoarzh diniver an tonnoů mor ; ha te, Douar, mamm pep tra ; ha te hag a dizh gant da lagad kelc’h ar bed, o Heol...» Ar glańvourien a zihun. An hini en em glemme, a zo staget da ganań. — Agur ! Asteorgi, a lavar un Euskarad. — Ata ! Jorj, hag ar yec’hed ? Huńvreet em eus edos o vont huit... war livenn da gein, ha da dreid a-raok. Ha ! ha !... — Ha me am eus huńvreet, a lavaras unan all, edo diereet Prometheus. — Diereet Prometheus !... An doktor a zo tremenet er sal, ha, goude harpań e skouarn ouzh e skevent, ha selaou roc’h e anal en eil hag egile, en deus lavaret dezhań : — Gwellaat a rit. Gwellaat ? Ha n’eo ket bet morse ken morlivet !... Gwellaat ? Hag aner eo bet d’ ar vedisined klask disec’hań unan eus e skevent ha lazhań ar c'hleńved !... Gwellaat ! pa en deus skopet gwad, a-hed an noz, ha p’emań e galon o lammat en ur c’horf dizeriet... An arzour yaouank, karour ar furmoů kenedus, ne gredas ket krediń. An heol a bar war leurenn ar sal. Hogen, difenn a zo dezhań sevel ; ne welo mui lagad an heol. A-boan ma klev ar mor ; ne welo mui mousc’hoarzh diniver an tonnoů. « ...ma ne glevi mouezh, ma ne weli dremm gour ebet, ma kolli flourenn da groc’hen...» Digeriń a ra ul lizher. Emań e geneiled o c’hortoz skeudennoů Prometheus. Echu int. Emań aze, war an daol-noz, ar c’hoadoů engravet enno an Titan ereet. Eń avat, gant e gontell, o foeltras unan hag unan, hag en em lakaas da engraviń, war an tu gin anezho, engravadurioů all. « ...ma ne glevi mouezh, ma ne weli dremm gour ebet, ma kolli flourenn da groc’hen... » Ur mouch-avel a bourmen frondoů tomm ar maezioů en-dro d’ar gweleoů gwenn. Ar menezioů heoliet a zo seder. Delioů ledan ar maiz a c’hlaz an diribinoů. An oabl-hańv a zo re skedus evit e zaoulagad kizidik. An aer a zo ken boull ha ken sklintin, ma klev du-hont, pell, pell, mouezhioů lirzhin o c’hervel. Ur gup a c’hournij. Spurmantiń a ra, war an uhel, takadoů gwenn : deńved dieub noz ha deiz, o vevań el laezioů. Deizioů a dremenas, ha nozioů kenedus. Edo peurechu an engravadurioů. « Kresket en deus danvez mab-den. » E geneiled, avat, a chomas souezhet o welout an engravadurioů teńval, sklerijennet a-boan gant un dorn enkeniet : ur Prometheus yaouankik, dinerzh ha dilevenez, pa edont o c’hortoz ar Prometheus ramzel a lavare da vestr an Doueed : Netra n’am lakaio da blegań. Ael ar Marv a lavaras din : Arvestit Tonkadur estrenvanus an arzour yaouank, displeget e levr Prometheus. Evit e garidi en deus garanet er c’hoad e c’hoant hag e venoz diwezhań. Gwelit taolennoů e blanedenn griz, re bar da blanedenn Prometheus. I « Prometheus a laer tan ar vuhez a ziwar an Doue Meur. Hogen, krenań ’ra e zivrec’h. Re zinerzh eo e zargreiz, re strizh e vruched ; askornek eo e gorf hag aet da relegenn. Aon a zo en e sell. Anken en e gerzhed. » II « Ereet ouzh ar roc’h gant dek ere an Tonkadur. An tan en deus laeret ne dalvezo ket dezhań. Prometheus a bleg d’e Blanedenn. Disac’het eo war e zivesker ; e benn a zo dinerzh, e zaoulagad serret. Ne harz mui ouzh ar Marv. » III « Astennet eo difińv war an douar. Ar gup du a grign goustad — amzer en deus — naren avu an Titan, hogen skevent ho kariad. » « Diframmet on bet diganin va-unan. » Ael ar Marv a lavaras c’hoazh : « Ho kariad a anaveze e Donkadur ; ne harzas ket outań. Edo ouzh va gortoz pa ziskennis d’e gavout, un abardaevezh-hańv. » Hag e sentis ouzh Ael ar Marv. N’ anavezis ket er skeudennoů stumm ramzel Laer an Tan, enebour Zeus. Dremm hor c’hariad marv, ne lavaran ket. Dirazon e kane ar mor divarvel. Arouez arnev e oa. Ar wennili a nije war-du an aberioů. Da garidi a leńv war da varv, Prometheus Ereet. YUN Yun a-veve gant e vamm-gozh en un ti paour, war gorre un dorgenn dizarempred. Gwelet e veze o hedań ar c’hleuzioů, o tastum bodoů sec’h diwar an douar, pe, azezet er gwasked, o tommheoliań. Yun a veve pell diouzh an dud. Tremen a rae an diskar-amzer hag ar goańv hep diskenn zoken en draonienn, betek ar stęr. A-wechoů koulskoude, pa glańve ar vamm-gozh, ha ret dezhi chom war he gwele gant ar remm, Yun a yae, bep lun, d’ar vorc’h, da gerc’hat ur bara a bemp lur. Mont a rae, avat, dre wenodennoů pe a-dreuz an douaroů gant aon en em gavout, en hent, gant unan bennak. Melegan, mentet kaer, daoulagad dilufr dezhań, ur varodenn rouez war gorre e vuzell, ha, war e elgez, ur vlevenn pe ziv, Yun a oa diskiant ha lent. Oadet e oa a dregont vloaz, ha n’en d’oa graet anaoudegezh nemet gant an avel arnev ha gant heol an torgennoů. D’an noz e selaoue kan ar garmelod. Un abardaez hańv, edo azezet el liorzh. An heol, o tiskenn a-dreńv Koad Luzeg, a ruzie ar soulegoů. Mogedenn wenn an abardaezioů tomm a c’holoe ar stęr. Edo difińv an amzer. Er gwez, al laboused a roe peoc’h. War dorgenn an tu-all e safrone un dornerez. Poultrenn ha pell alaouret a nije dreist an evlec’h. Paotred bagol a youc’he. Yun a selaoue. Ur vodenn gelenn a drouzas a-dreńv e gein. Yun a savas trumm. Seza a oa dilammet dre ar riboul hag a oa dirazań. — A ’ta ! Yun, tizhet out bet ganin ! Yun a sellas outi. — E piv edos o sońjal ? a c’houlennas ar plac’h yaouank. En ur bennhęrez, moarvat. Daoulagad Yun a skedas. — Sell ! Yun, ha dont a ri da zornań warc’hoazh, e-lec’h chom amań, war beg an duchenn, da zigeriń da c’henou ? Yun ne respontas ket… Ur plac’h yaouank a gomze outań hep ober goap. — Berr e kavi da amzer. Selaou du-hont… Yun a bare e zaoulagad war an dorgenn. Lavarout a reas : — N’ouzon ket dornań. — Deskiń a ri, eme Seza. N’eo ket diaes dibellań pe skubań leur. — Ha c’hwi a vezo ivez o tornań ? a c’houlennas Yun. — Sur e vezin : an dornadeg a vezo e ti va zad. Dont a ri neuze. — Ma ! eme Yun. Hag e tistroas e benn. Seza, mall warni, a ziskennas dre ar wenodenn da vont da glask dornerien all. Yun a selle outi. Seza a bedas gwazed, a bedas merc’hed. — Yun a zeuio da zornań, emezi, en ur c’hoarzhin. Hag ar baotred hag ar merc’hed yaouank dizalc’h a lavaras dezhi e vijent aet ivez. Pa voe tavet an dornerezed, Yun a zistroas d’an ti. A-boan ma pismigas e voued. Ne gouskas ket mat. Pedet e oa bet da vont war zevezh, evel ur gwaz all… Abred e savas, ha d’e vamm-gozh o c’houlenn digantań da belec’h edo o vont, e lavaras : — Da zornań !… War al leur e oa tregas. — N’emań ket skouer ar warenn. — Re izel. — Lak sav dindani. — Laoskait an tousegi. — Uheloc’hik. — Aze ! Mat emań. — Piv a vo paotr an horzh ! Paotred a dostaas. Brumenn c’hlas ar mintin a save diouzh al liorzhoů, hag, etre div wrac’hell, e paras an heol. Lan ar C’horr perc’henn an dornerez, a lavaras : — Bremaik e vo tomm dimp. D’an ampoent, edo Yun o tegouezhout. Yun a oa savet dezhań c’hoant labourat ! Degemeret e voe gant c’hoarzhadeg an holl. Div skubelenn, unan vezv hag unan gelenn a oa gantań war e skoaz. Den ne glevas Seza o c’hervel d’an dijuni. — Ha ! ha ! Yun, eme Lan ar C’hor, ne vanke nemedout. Ar strapennoů a chom da blantań hag e oa ezhomm ur paotr start. Mar n’out ket mogn, troad ar morzhol a zo diberc’henn. — Yun n’eo ket deut amań da labourat, te ! N’eo ket deut da labourat ! Yun a ya war e lent. Chom a ra a-sav, e-kreiz al leur. — N’emań ket en imor hiziv, eme unan. — Ret eo dezhań diskuizhań eus e bourmenadenn, a lavaras ur dorner all. Yun a daolas war an douar e ziv skubelenn hag a dostaas. Kregiń a reas en horzh. Sevel a reas ar benveg a-us d’e benn hag e skoas gant e holl nerzh. Ha torret ar strapenn ! — Ur gwaz out, Yun, eme Seza, en ur zont war al leur. — Arabat skeiń muioc’h, eme Lan ar C’hor, pe e rankimp mont d’ar c’hoad, da gerc’hat strapennoů all. Kerzh da zebriń da voued, Yun, naon a zo deut dit pelloc’h. Yun a ziskrogas diouzh an horzh. Sellout a reas ouzh ar C’hor gant daoulagad leun a zour. Rann-galon pe kasoni. An dornerien a zo debret ganto o dijuni. Staget eo ar c’hezeg. Mirc’hed ar c’hirri a c’hwirin ouzh ar c’hezekenned. Paotred ar skol a youc’h war lein ar wrac’hell ha drammoů a ruilh d’an traoń ; an diereerien a daol war an daol. Lan ar C’hor, boueter an dornerez, a laka ur malan dindan e dreid evit kaout muioc’h a sav. — Tro dezhi ! emezań. Paotr ar c’hezeg a denn tennoů gant e skourjez. An dornerez a roc’h. Kerkent ma eo dornet an drammoů kentań, Lan ar C’hor da hopal : — Hôôô !… N’emań ket kompez an dornerez. Neuze, e kreiz al leur, ur skubelenn vezv gantań war e skoaz, Yun a ziroll da c’hoarzhin, da c’hoarzhin da vougań. Yun a ra kement a vez lavaret dezhań ober : dibellań, ober skoilh gant e droad d’an dougerien plouz, sammań o sac’hadoů d’an dougerien greun, treiń an hejerez, a bennadoů ; dieren, teurel war an daol, tennań digant an dornerez ha rozellań war ar bern. An dour-c’hwez a ver puilh diouzh e dal. Seza a lavar dezhań : — Re e labourez, Yun ; arabat labezań da gorf, evel-se. — Yun a zo ur marc’h, eme ar Saliou. — N’eus ket ur gwaz par dezhań war al leur, eme ar Jaouen. Ha Lan ar C’hor : — Yun !… Deus amań da deurel war an daol ! Ha Yun a daol war an daol, hag eń e-unan o tieren. — Skourjez d’ar c’hezeg, mallozh ruz ! a c’harm Lan ar C’hor. An dornerez a groz, ar greun a skrij ouzh ar potin, ar siminal a zislonk poultrenn ; kanastelloů an hejerez leun a blouz a zo start da dreiń ; an dougerien a c’houlenn dougerien all. Yun a daol war an daol… Hogen, kerkent dispaket ur malan emań sachet gant an daboulin. Dramm ha dramm ez a ar c’herc’h er c’houfr, ha, goude pep dramm, e tregern, goullo, an dornerez. — Hei ! eme ar C’hor. Yun a dorr an ereoů, gant e zaouarn, a daolioů treid. Ar Saliou a sil un dra bennak e skouarn ar boueter. — Va dornerez a zo nevez, a zo respontet dezhań. Ha daou zramm e genou an dornerez, ken e term. Ar c’hezeg a eonenn gant ar wakol hag ar sugelloů. Un dorner a hop : — Kerc’h d’ar c’hezeg, ha da evań d’ar baotred !… An ozhac’h a gemer un dornad plouz diouzh an hejerez hag a vrall e benn. — Drailhań plouz nemetken ! Ar wreg a zegouezh gant ur voutailhad hini kreńv. Yun a azez. An dour-c’hwez a roudenn e zremm poultrennek. Seza a zeu d’e gavout : — Skuizh out, emezi. — Ya, eme Yun. — Arabat labourat re. Bremaik e teui ganin da hejań plouz. Ha d’ar c’hrogad all, Yun a gemeras ar forc’h koad hag a hejas plouz gant ar bennhęrez. Hag ar bennhęrez a gane : Me am eus kavet, ur mintin. Un durzhunell eus ar bloaz-mań… An dornerez a droe ingal. Paotred ar rozelloů a eilbike merc’hed ar restell ; troer kozh ar wenterez a rae outo luchadennoů hag a c’hoarzhe gant e c’henou dizant : — Hi ! Hi! An dornerez a zo tavet, ar baotred a zisparl o c’hezeg ha, goude o dourań, o stag dindan an avalennoů gant o bec’h melchon dirazo. Paotred ha merc’hed a zo chomet da zibellań, da verniań ar greun ha da zistlabezań al leur. Lan ar C’hor a lard rod vras an dornerez. — Yun, emezań, lard melen a lakfe barv da ziwanań dit. An dornerien o deus debret o lein. Darn er porzh, a zebr un tamm bara gant un drailhenn gig, darn all a zo gourvezet a-c’hwen o c’hein pe war o c’hof, e disheol ar gwrac’helloů. Ar c’helien a flemm, gwenan a safron er bodoů skav, gwesped a nij el liorzh, en dro d’an avaloů bleudek. Yun en deus lonket buan e damm bara ; emań azezet war ur piler-maen, ouzh harp an ti ; n’en deus ket kredet mont d’ober ur gourvez. Seza, azezet en e gichen, a zo kroget da varvailhat gantań. — Petra e kanin dit, an taol-mań ? emezi. — Ar son hoc’h eus kanet din bremaik, a respont Yun. Ha Seza a ganas : Me am eus kavet, ur mintin, Un durzhunell eus ar bloaz-mań, Ha bremań, bemdez e kan din, An durzhunellig a garan… Pa voe echuet ganti, Yun a lavaras : — Brav eo ! Me a garfe gouzout kanań ivez. — Ma karez e vo desket dit. Deus warc’hoazh d’abardaez da foenneg ar stęr ; pa ’z in da gerc’hat ar saout e teskin dit : Me am eus kavet, ur mintin, Un durzhunell eus ar bloaz-mań… — O ! paotred, debret o deus ar c’hezeg o c’herc’h. — Sell ! Yun ne ra ket e gousk ae ? — Chomet eo d’ober chiboud war e biler. — Penaos e teufe ar c’housked dezhań pa ne zihun ket ? eme Lan ar C’hor. Hag adarre ! An teodad ne blijas ket da Yun. Kinnig a reas sevel. — Re abred, eme ar C’hor ; arabat kregiń a-raok ma vo staget ar c’hezeg. Ma karez e teui ganin da lardań dent ar rodoů ! — Ha, ma karit, da voueta, a lavaras Yun. Hogen, ne loc’has ket, rak Seza he doa lavaret dezhań : — Na respont ket Lan ; douget eo d’ober goap ha prim eo. Seza a gredas dezhi klevout Yun o c’hoarzhin. Ar merc’hed a sav ; skoulmet o deus ul lien war o fenn evit diwall o blev diouzh ar boultrenn. Hern ar c’hezeg a stok ouzh ar barrennoů houarn, melloů ar chadennoů a sklint, kraponoů ar sugelloů a sko ouzh kraponoů ar sparloů ; ur plac’h hag ur paotr en em dag war zigarez ur mouchouer. Yun a sav ivez. Sellout a ra ouzh e di, war an dorgenn. Echu eo e zevezh gantań. Nemet, war al leur, un den a hop : — Pelec’h emań Yun ? Mouezh ar C’hor an hini eo. Ne daio ket Yun d’ar gęr. Da gavout ar C’hor ez a ha goulenn a ra digantań : — Petra ’zo ? Ar C’hor a chom souezhet. — Ar c’hezeg, emezań, n’o dije ket kroget, mar ne vijez ket bet aze. — Te… te… Besteodiń a ra Yun. — Te… te… a zo… un hejer plouz, eme Lan ar C’hor, o taneal. Ne lavar ket hiroc’h. Yun en deus graet warnań ul lamm bleiz hag e zibradet ha taolet war an daol, e benn en a-raok. — Hei ! eme Yun. Ar c’hezeg a ra ur frapadenn ; an daboulin a loc’h. … Gwazed a zo dilammet hag o deus miret ouzh an darvoud. Yun a ziver ar gwad diouzh e zorn. Gouelań ’ra. Seza a zo deut war e dro : — Deus d’an ti, emezi, ma vo lienet da zorn. Yun a ya d’he heul, mezhek. A-dreńv e gein, ar C’hor a razailh ; tri gwaz o herzel outań lakaat e zorn en e c’hodell. Yun en deus c’hoant dont war e giz. — Daonet ?… a yud ar C’hor. Ha Seza a lavare da Yun : — Petra a oas o vont d’ober ? An dra-se n’eo ket mat. Yun a stouas e benn hag a lavaras : — Mont a ran d’ar gęr — Gwell eo dit chom en ti… — N’em eus ket aon, eme Yun. Graet en deus anaoudegezh gant e nerzh. Yun a bigne gant ar wenodenn… En traoń, un dornerez a voude dizingal. Skuizh bras e oa. Azezań a reas hag e sellas ouzh ar stankenn. Pateriń a reas un dra bennak : — Seza… Antronoz, d’ar mare eus an abardaez ma vez kerc’het ar saout d’ar gęr, Yun a ziskennas d’an draonienn. … Me am eus kavet, ur mintin… Hedań a reas ar stęr ur pennad, hag ec’h azezas war ar geot, eus tu an dour. Er foenneg a-dreńv e taskirie buoc’hed ; un ebeul a zaoulamme en dro d’e vamm. En tu all d’ar stęr, an heol a oa diskennet izeloc’h eget skourroů izelań ar gwez pupli. Klouar e oa an amzer. Du-hont… kroz ar skluz. Marv e oa tizh an dour ha ne dremene daskren ebet war ar gorre. Un nadoz-aer a oa moredet war ar c’hegid. En ur vodenn haleg, ur vilfig a c’houlenne glav. Ha bep ur mare, Yun a droe e benn. Me am eus kavet… Ur mevel a zigoras kloued ar prad. Ar buoc’hed unan hag unan, ar gazeg, an ebeul a gemeras hent ar c’hraou, en noz o tont. ............................................ ............................................ Ar skluz hepken a drouze en draonienn. Etre delioů ar c’hegid, Yun a welas ar stęr o wennaat, o lugerniń. Al loar a baras en dour. Yun a en em gavas genaouek. Digarez da c’hoapaat a vezo kavet adarre. Sevel a reas. — Me ’lazho an den-se, emezań. MONA Un heol gwenn a bare etre targosioů diskourret ar c’hleuz. Ur voualc’h a biklamme dirazomp penn-da-benn gwrimenn ar waremm. An amzer a oa skornet ha difińv war an uhel. — Selaou ! eme Alan. Edo ur c’harr o pignat du-hont gant an hent. Draskadennoů ar rodoů o storlokat er skoaselloů, a zassone en aer yen, evel ma vije bet an hent tost tre, en tu all d’ar c’hleuz. Ar paotr-karr a gane. — Ar portezour ! eme Alan. Bloaz ’zo n’em boa ket klevet e ganaouenn. Alan a dride e galon o kavout hep kemm e vro c’henidik. Dre ma kerzhemp, e tisplege din : — Bep lun, en ur vont da gas bleud da gęrioů ar menez, e kan ar portezour, abaoe bloavezhioů, ar ganaouenn a glevez. N’eus ket par, war e veno, d’ an diskan-se da lakaat ar jav da vont ingal gant an hent. Ne oa kemm ebet er vro, en amzer o vont e-biou. Edomp degouezhet e penn pellań ar waremm. Ul lamm a rejomp war ar c’hleuz gant nerzh hon arzelloů yaouank. Etre div wezenn-bin e tarzhas an draonienn, gant koadoů ha brouskoadoů ruz war an holl diribinoů, pradoů glas er goueled, hag, er c’hroaz-hent, du-hont, un ti a-zoare, nevez-razet, gwenn-kann. En ur c’hoarzhin, Alan a astennas e zorn : — Ar Gelvezeg Vihan ! Ti Mona. Un hent kaer a oa da ziskenn. Ne oa den en ostaleri. Ur gastolodennad dour a oa war an trebez, e-kreiz an oaled, ha, dindani, daou pe dri etev tan, o vogediń. — N’emań ket pell, a sońje Alan ; n’eo ket distaliet c’hoazh an daol ha dour skaotań a zo war an tan. Hag e oa diwezhat. — O ! n’eus den? Azezań ’reas Alan e-barzh an oaled, war ur piler koad, ha me er c’hogn all, war un dorchenn vroenn. Alan, gant ur skilhenn, a dabac’he ar glaou hag al ludu. Pignat a reas ur fulenn bennak er siminal. — Kentań gwech he gwelis, emezań, e oa e pardon an Neńv. Fichet e oa, evel ma tle ur bennhęrez bezań fichet ; voulouz betek he diskoaz, he brozh aour-meudennet, un davańjer seiz gwenn. Hep dale emichańs e vi pedet da vezań paotr-enor... An nor a zigoras war he fouez. Ur boutad avel a leunias an ti. Alan a savas. Ur paour-kaezh kozh, krommet war e vazh, a zeuas tre, hag a azezas war ar gador dostań. — ’M eus aon n’ emań ket Mona er gęr, a lavare Alan, o vont hag o tont dre an ti. An hini kozh a savas e benn. C’hoant en devoe lavarout un dra bennak. Hogen, ne reas nemet toc’hellat. Skopań ’reas etre e zivesker. Ur wech ar mare ec’h anale hir hep krediń klemm. Ar yenijenn a c’houneze an oaled. An horolaj a skoas un taol. Alan a sellas ouzh an eur : — Ne vo ket pell ken, a lavaras an hini kozh. Daou vunud goude, e trouzas botoů koad, er porzh. Mamm Mona a zeuas en ti gant ur vriad vleńchoů. — A ! salud ! moereb. — Sell, ’ta ! ha c’hwi a zo aze ? — Ni eo ! — Ha pe vare oc’h degouezhet er vro ? — Ar mintin-mań. — Hag emaoc’h pell ’zo en ti ? — Ur pennad zo. Edomp o vont skuizh ha warnes riellań, a lavaras Alan, en ur farsellat. — Gwir eo, pell on bet gant va zroad. Hag a nevez ’ta, yaouankizoů ? Mamm Mona a c’houlenne diganimp petra a oa nevez !… — N’ eus e Kęr-Iz nemet traoů kozh… — An ti amań, d’an nebeutań, a zo bet gwisket kaer, emeve ; ’m eus aon eo evit eured ar verc’h ? — Feiz, va Doue, hag ez eo, ya ! — A !… eme Alan. — Ya ! nevez dimezet eo Mona. Ne ouiec’h ket ? Feiz ! pemzek deiz dres. Ret e oa ober d’an ti ur c’hempenn en diavaez, hag ur fich en diabarzh. Koulskoude… — Pemzek devezh ’zo ?… — O ! ur friko dister, ur friko paour… — Evelato… — Ya ! Mona ne vourre mui er Gelvezeg Vihan. Alias e komze diwar da benn… Pell ’zo e lavare e vije aet da labourat e kęr. Ur bennhęrez !… Ma n’eo ket un druez !… An tad ez eas droug ennań. Aner avat, eo bet dezhań dialiań Mona. Mont a reas da Vontroulez daoust d’ he zad ha d’he mamm. Daou viz goude, e timeze gant ur martolod eus Kameled… An tad n’eo ket bet en eured. — Na c’hwi ? — O ! ar mammoů !… Daou zevezh on bet e Montroulez. Hogan, mall a oa ganin dont en-dro. Bremań emań an daou gozh o-unan er c’hroaz-hent. Ne zeu den amań abaoe m’eo aet kuit ar verc’h ; den. Pep hini, avat, a sent ouzh e blanedenn, ha kavout a ra din e vezo eürus. — Ha gwaz Mona a ya d’ ar mor ?… Alan a glaske glaou bev el ludu, a daole warno tammoůigoů skolp, hag a c’hwezhe. — Diwall, Alan, ma leugnin ar gastolodenn : an dour a zo war an tan a zo aet da aezenn. Ha tan dindan, ma vezo prest ar rouzig bremaik. — N’ ouzon ket hag amzer hon eus, a lavaras Alan. — Emichańs n’oc’h ket deut d’ar gęr da labourat ? Hag an ostizez a lakaas keuneud sec’h dindan an trebez. Mont ha dont a reas dre an ti. Skaotań ’reas ar skudilli, hag un taol skub a reas d’an daol ha d’al leur-di. — Ha te, Kaou, emezi, te a zo deut ivez d’ober ur weladenn dimp ? — Ya, siwazh ! a huanadas an hini kozh. Ne oan ket evit chom ken ; skornet e oan, ha va bizied a oa marv ouzhin. War an hent-se e c’hwezh un avel fall. A-boan ma em eus torret, er mintin-mań, ur banerad vein. — N’out ket yac’h, neuze ? — Ha ne vezin ket ken ! Emań an derzhienn warnon. Ur pistig a vir ouzhin plegań va c’hein. — Arabat dit dont d’az labour dre un amzer ken kriz. — Dre amzer glouar ha dre amzer fall, e renko ar re baour labourat dalc’hmat. Hag e skopas etre e zivesker. Ober a reas ur sell ouzh ar boutailhoů : — Kalz arc’hant a vankan deoc’h, pelloc’h, emezań, lentik. — Feiz ! Kaou, ne ran ket bemdez ar gont. Bez dichal, avat : ne vez lakaet war ar c’hoch nemet an dud onest. Petra gemeri ? — … — O ! moereb, a hopas Alan, emań an dour o virviń. Aozit dimp buan bep a vanne rouzig tomm, ha lakait e-barzh ar gwellań lip-e-bav a gavot war stal ar romoů. Marteze an tad kozh a gemero ivez un dra bennak ? Kaou ne savas ket e benn. — Ar baotred yaouank a bae ur banne dit, Kaou, a lavaras dezhań e pleg e skouarn an ostizez. Petra ’vo lakaet dit ? — M’ em bo neuze ur banne odivi. — Hag an torrer-mein a stouas e benn gant ar joa. An torrer-mein a oa bet, hep mar, p’edo en e vrud, ur c’haer a zen. Evit d’e zremm bezań livet kalet ha roufennet don, en ur labourat en avel hag en heol, e zaoulagad glas, damguzhet gant mourennoů stank, a oa glan ha sioul. E zivesker, evel divesker an dorrerien-mein, a oa gwaskedet, betek an daoulin, en heuzoů plouz stardet gant ul las kanab. Bep ur mare e toc’helle gant ar paz krign staget outań. — Dremm un denjentil, emeve da Alan. Hag Alan am respontas : — Gouenn ar menez. Ar c’hafe a vogede e bolennoů, hag, en o c’hichen, e lugerne gwerennadoůigoů laouen. An torrer-mein a zourenne e zaoulagad. Alan, gaoliet gantań ur penn eus ar skabell, a vouskane hag a gemere plijadur o wintań hag o tiwintań ar penn all : — Ba ! Lan, a lavaras ar vestrez, taol dimp ur ganaouenn, ha n’ eo ket mouskanań an hini eo. Alan a lezas penn ar skabell da gouezhań herr war daolennoů mein glas al leur-di. — N’ eo ket torret, emezań, en ur sevel. Trala- laderidonra-tralalalalenno. — Asa ! Lan, te a zo un eostig pe ur goapaer. — Ma ! setu amań sonioů all, war donioů anavezet. Alan a dennas e dog, a drońsas milginoů e chupenn betek an ilinoů. Reutaat a reas e gorf, reutaat a reas e vouezh, hag e tistagas e ganaouennoů farsusań, annezet en e eńvor abaoe bloavezhioů. Mamm Mona, kement ha ma c’hoarzhe, a oa bet ret dezhi mont er-maez, el liorzh, e-pad un abadenn, da dennań war hec’h anal. An torrer-mein a sune e gafe loaiad ha loaiad. E zaoulagad a oa sklerijennet gant goulaouig al levenez. — N’eo ket gwir, tad kozh, emeve, ar re yaouank a dle lammat ha kanań ? — O oad eo. — Alo ! yec’hed, neuze ! — Yec’hed ! Pep hini a stokas e werenn. An devezhour kozh a grene e vrec’h. Ne dae ket ar mousc’hoarzh — ur paour-kaezh mousc’hoarzh dister — diwar gorn e vuzell. Pelloc’h e vije chomet ouzh taol, nemet mamm Mona a lavaras dezhań : — Bremań, Kaou, ez eo ret dit mont d’ ar gęr, a-raok ma vo kollet ganit nerzh da vanne. Ul lev hanter dre amzer skornet a zo ur pennad mat a hent. — Ober a rin an hent, a lavaras Kaou, mao an tamm anezhań. Hag e savas. — Bennozh Doue, deoc’h ho-taou, emezań. Hag eń er-maez, daougrommet ha dillo. Alan, azezet war ar skabell, a skarzhe gant laonenn e gońtell, ar gramenn galetaet e garanoů golo an daol. Lavarout a reas a-greiz-holl : — N’eo ket tomm en ho ti, moereb. Distreiń a rejomp dre an hevelep hent, goustad. An delioů staget gant ar skorn ouzh al leton, hag ar bodoů sec’h kouezhet e-pad ar goańv, a zraske dindan hon treid. Ar c’hoad a oa difińv. E tu ar stankenn, dindan ar c’helvez hag ar bezo, ur c’hi a harzhe er ribouloů, e fri ouzh an douar, o redek ar c’had. Labousedigoů a nije diouzh o c’hlud. Ar c’hi a lammas dreist ar c’hleuz, a gammigellas dre ar foenneg, betek ar stęr Arc’hant, a yudas d’al laez div pe deir gwech, hag a redas davet ur paotr saout e gwasked ar c’hleuz. Treiń a rejomp er c’hoad, goude treizhań ar stęrig e Sant-Mikael. An hent a oa goudoret gant bodennoů kelvez ha gwez kelenn. Heoligennoů an diribin a oa gwisket a van ha bleuniet a vrug limestra. Dour sklaer a verade diouzh ar roc’h, penn-da-benn an hent, eus eienennoů sklintin kuzhet er raden-bleiz, pe a neudenne diouzh geotennoů hir, hag a vilbilhe war grouan an naozioů. Hag e pignemp. El laez, Alan a chomas a-sav. Distreiń a teas e benn, ha, goude ur sell ouzh an oabl : — Henozh, emezań e vezo skorn du. En draonienn e lufre glaster ar pradoů. Ar paotr saout a oa kludet en ur goudor all, souchet en e groc’hen dańvad. War an dorgenn enep, ur vaouez a rastelle delioů sec’h. Er c’hroaz-hent, ti Mona a oa gwenn-kann e-tal ar saprennoů du. Alan a gasas ur sell war-du an ti gwisket a raz nevez. — Un abadenn c’hoarzhin ac’h eus aozet dimp, bremaik, emeve. — Ya ! An hini kozh en deus bet e walc’h a nerzh-kalon ’vit mont en-dro d’ ar gęr. C’hwitelladenn diamen an tren a dregernas penn- da-benn ar stankenn. Dre un hent all, ar portezour, echuet gantań e zevezh, a zistroe d’ ar vilin, ha diskan an hevelep kanaouenn a c’hournije a gaouadoů dre ar gwaremmoů skornet. En ur vousc’hoarzhin, Alan a lavaras din : — N’eus kemm ebet er vro. GOUEL AR SAKRAMANT An hańv nevez ganet a dride a gaouadoů e liorzhoů Breizh-Izel. An avel a drouze er gwez. Porzh Pennavern a oa moredet en heol klouar. E gwasked ar skiber, ur vamm-yar, puchet er boultrenn, a c’houdore un torrad labousedigoů dindan he eskell, c’hwezhet. Bep ar mare ur pońsin a zic’houzouge a zindan un askell, hag a c’hoarzhe d’an heol gant perlez e zaoulagad yaouank. An hini gozh a gloche, ha, kerkent, ar pennig melen a zistroe d’ ar goudor, e baradoz ar pluńv. Ar c’hleier a sone ar gousperoů, gousperoů gouel ar Sakramant. Herve Bogion, mab Pennavern, en doa douret e gezeg, ha lakaet foenn en o restell. Gant palm e zorn e floure blevenn skrivellet ar gazeg c’hell. Ar c’hleier a davas ; ar c’hloc’h bihan a dintas daou daol. An eil son. — Poent eo din, a sońjas Herve. Dastum a reas un dornad foenn strewet dindan al laouer, hag e serras an nor war e lerc’h. Daou baotrig, gant bep a vriad brulu, a c’hortoze, er porzh. — Ni a zo bet o kerc’hat brulu evit ho c’hoar, a lavaras an hini brasań, war e bouez. — Sell aze daou baotrig koant, eme Anna, o tont, d’an ampoent, diouzh al liorzh, ur boutegad bleunioů roz dindan he c’hazel. Brulu kaer avat, hoc’h eus kavet. — O ! er Waremm, du-se, ez eus c’hoazh re hir, hir. — Mat ! lakait ar brulu war ar bleunioů roz-mań, kemerit unan e pep dorn d’ar baner, ha dougit anezho diouzhtu d’ar groaz. C’hwi a zeuio en-dro, goude se, da gerc’hat bep a zaou wenneg. Ar baotred a sammas ar boutegad. Kerzhout a raent buan ken na redent, hag e c’hoarzhent gant ar blijadur. — ’M eus aon, Anna, eme Herve, hoc’h eus kutuilhet kement boked a oa el liorzh. — Warc’hoazh, Herve, e tigoro bleunioů all. Ne vo ket re fichet ar groaz. Herve a yeas d’en em gempenn evit ar gousperoů. Bruzunachoů geot kras a roe krafign dezhań, en e gerc’henn. Kelorn ha chadenn a ziskennas er puńs en ur strakal, ken na lamme an ahel. Herve a skuilhas dour fresk en nev-vaen. Diwiskań ’reas e chupenn hag e roched. A ! nann, n’edo mui liv ar c’hleńved war gorf Herve Bogion. Ouzh e welout korfet-kaer dindan heol mezheven, n’en dije kredet den e oa bet war e wele adalek ar foennoů, warlene, betek an diskar, bet nouennet div wech, ha chomet mizioů ha mizioů etre gwellaenn ha fallaenn. Gant mizioů o tremen edo tremenet ar c’hleńved, ha paret en doa adarre ar yec’hed gant an hańv o c’horiń. N’oa ket bet an tomm ha yen evit e yaouankiz. D’ar falc’hadegoů ez aio adarre, hag e teuio gantań ar reutań tenn ; d’an eost e youc’ho war al leurioů-dornań, hag e winto forc’hadoů plouz d’ar bern, ker sonn hag ar reutań douger. Bagol eo da zegas avi d’un den yac’h. Anvet eo bet, en oferenn-bred, da zougen banniel a bras sant Tei, ha plijadur a ra dezhań sońjal eo bet lakaet Mari Vazele da zougen ar Werc’hez. Diwar o fenn, o deus merc’hed Landremel kavet da abegiń. Hervezo evelato, e kendereont o-daou, an eil ouzh egile. Ur vaouez gozh avat, a gav sklaer ha gwall-gizidik daoulagad Herve Bogion. Herve, stouet a-us d’an nev, a daole dour dreist e choug. …Keit ha ma oa chomet war e wele, klańv ha klańvidik, e-oa bet Mari aketus da zont da gerc’hat eus e geloů. Alies e teue d’an abardaez, hag e sikoure Anna Bogion da wriat pe da feriń ar c’hoefoů, digarez da chom pelloc’h. Ur wech zoken, e oa bet en ti ur penn-devezh leun, hag he doa skoazellet da vugadiń. Pa gemere he stamm, e veze azezet war ar skaoń, hag ouzh e wele. Flour ha sioul e oa he mouezh pa c’houlenne digantań pe naon pe sec’hed en doa, ha petra a c’hoantae, evel ma vije bet e c’hoar. … Hag Herve a skuilhe dour war e benn, a vozadoů. — ’M eus aon e plij deoc’h an dour, eme Anna, diwar dreuzoů an ti. — Vad a ra ! emezań. Hag e kemeras an toailhon a-dre daouarn e c’hoar, en ur strilhań e bennad blev. Edo e vamm o vont d’ar vorc’h. — Sec’hit mat ho plev, Herve. Blev gleb n’int ket yac’hus. — Ba ! eme Herve en ur c’hoarzhin. Hag ez eas d’en em wiskań. Kreskiń a reas lammoů e galon yaouankaet ; klevet en doa e c’hoar, er porzh, o lavarout : — Emaoc’h o vont, Mari ? — Ya ; amań eo aet an dud ? — Mamm a zo aet, hag Herve a zo oc’h en em wiskań. Poent eo hastout ; pell-oc’h e vo ar son diwezhań. — Goloiń a ra an oabl… — Gant ma ne ray ket glav ? — Glav ne vo ket gant an avel a c’hwezh war ar menez. Herve, dre brenestr e gambr, a daolas ur sell er porzh. A~benn neuze avat, Mari Vazele a oa aet e-biou. Ur vargedenn a guzhas an heol, hag a bourmenas he skeud, goustad, war borzh Pennavern. Ar yar gozh, gant he labousedigoů, a ziskrape e poultrenn ar skiber ; ar polezi, kludet war rod an drailherez-lann ha war dalioů an tumporelloů, o doa souchet o fenn dindan o eskell, hag, arneuet o gwad, a vorede, o c’hortoz ar glav. Herve a stardas e c’houriz glas en-dro d’ e zar- greiz, hag a wiskas e chupenn zu neudennet. He c’hoar a zegasas dezhań e dog nevez, a roas tro d’ar vlevenn hag e tispilhennas ar voulouzenn uhel, stardet a-dreńv gant ur bloug aour. — Kaer e viot, emezi. Ya, edo adarre deut da waz. Mezheven en doa degaset dezhań an nerzh diframmet digantań e mezheven warlene. Par-eeun en em gave d’ar barrekań Lotead. …Ne welas ket Mari Vazele o vont gant an hent, dirazań. Mari, aon ganti emichańs degouezhout diwezhat er gousperoů, he doa astennet he c’hammedoů. E Landremel, e-tal an ostalirioů, ar wazed a vutune hag a zivize diwar-benn an amzer hag an ed. — A ! salud, Herve, deut oc’h ! eme Jakez, mevel bras ar Runigoů. — Ya ; pelloc’h e vo an taol diwezhań… Mouezh ar c’hleier a yeas war e gomzoů. Dre ma tostaent ouzh an iliz, Jakez a lavare da Herve : — Klevit !… deut oc’h da zen en-dro… N’oc’h eus ket sońj ?… P’hor boa gonezet ar banniel diwar re Bleiben, da zeiz an tenn ? Tud reut e oamp. Bremań, pa oc’h pare, paotred an tenn o deus plijadur. Hag ez omp en em glevet. Ar c’hleier, d’ar brosesion, a vo brallet gant paotred ar c’hlaz. Ne bigno den all en tour. Hiziv a vo devezh bras. Herve a vousc’hoarzhas. — Mat, emezań, en em gavit holl, goude ar gousperoů, en ostaliri ar Saliou. Hiziv ar sonerien a ranko distreiń mezv d’ar gęr… Ha brall d’ar c’hleier, ken na vrallo an tour ! Hag e tennas e dog war dreuzoů an iliz. Anna Bogion a gare he breur gant karantez ur vamm. Evit ober plijadur dezhań he doa kutuilhet bokedoů bravań al liorzh da vleuniań ar groaz hag aoter ar c’hroazhent. Karantez evit he breur savet a varv da vev. Karantez he ugent vloaz. Ar baotred o doa plantet, neizheur, saprennoů yaouank en-dro d’ar groaz. Matezh an aotrou person, skoazellet gant dimezelled pinvidik ar vorc’h, a wiske korf ar groaz a gińvi, hag a spilhenne enni bleunioů roz, ker ruz ha gwad ar Salver. Stummet o doa war al leurenn, gant geotoů ar Werc’hez, ur steredenn c’hlas-wenn, ha merc’hedigoů, gant brulu hag elestr, a ballenne an hent. Ar c’hleier a sonas. Echu e oa ar vleuniadeg. — Biskoazh n’eo bet ker fichet ar groaz, eme unan eus dimezelled pinvidik Merc’hed a lavaras, goude gouel ar Sakramant, en doa Herve Bogion taolet ur sell ouzh Mari Vazele, p’edont o tostaat ouzh an aspled evit mont da zegemer ar Werc’hez ha banniel bras sant Tei a dre daouarn ar c’hloc’her. Nemet n’eo ket bet gouezet hag e lavaras ur gerig dezhi, na merzet he doa stouet he daoulagad d’an douar. Ar c’hleier, kaset taer en-dro gant paotred an tenn, a strew war ar barrez o galvadennoů drantań. Nijal a ra o mouezh d’ar menez, a-dreuz rozioů ha gwarimier, diskenn a ra d’ an draonienn dre girnier gwaskedet, heuliań ’ra an hent bras, er c’hroazhent e kildro, hag e trid er gwezigoů ha war iliav an targosioů, hag en em sil er mengleuzioů, el liorzhoů, e leurioů tommheoliet ar c’hęriadennoů, ken habask d’ar sulvezhioů d’abardaez. Ar c’hleier a voud er foenneier touz, hag e kanont a-gor gant ar stivelloů ha gant skluz an Avon, evit distreiń hag adpignat e gant an avel d’an torgennoů, a-dreuz ar balanegoů ha dreist ar c’hleuzioů, kribennet a raden yaouank, evit mervel e menez Krulo, war gorre ar segal glas. War blasenn Landremel e skedas ur barr-heol. Al lid-ambroug a oa deut er-maez. Ar bannieloů, seiz an tavańjerioů, voulouz ar c’horfennoů, ar c’hoefoů gwenn-kann, pluńv an del, ar Sakramant a daolas o lufr. Merc’hed ha gwazed a gane : D’hor mamm santez Anna… Mouezh ar varchigoded a skiltre dreist an holl mouezhioů. An aotrou kure a roe an ton ; e zivrec’h, savet d’an nec’h, a heje milginoů ledan e sourpiliz gwenn, evel eskell digoret. Evel ar varchigoded, ar c’hleier ne oa ket berr o anal. O bazoulennoů a skoe ouzh an arem gant imor ha levenez. Er c’hirnier, mammoů o vont d’ar groaz, ur bugel war o brec’h, hag ur paotrig tri bloaz, o sunań e viz meud, krog ouzh o zavańjer, a gerzhas buanoc’h. — Dalc’h ’ta ! eme Jakez ar Runigoů, en ur sachań war gordenn ar c’hloc’h bras. Ur c’hwezenn gaer da baotred ar c’hleier. Paotred ar c’hloc’h bras a gane : — Binbaon d’al laez ! Paotred ar c’hloc’h bihan a ziskane : — Binbaon d’an traoń ! Hag holl : — Sa…a…ach… ’ta ! Brall d’ar c’hleier ! Ar sonerien hiziv a ranko mont mezv d’ar gęr. — Brall dezho ! Oc’ho ! Biskoazh n’en doa krozet kement tour nevez Landremel, ha biskoazh n’en doa gwelet en e solier kement a yaouankizoů bagol. Lorańsig, niz da Jakez ar Runigoů, a rae ivez « binbaon ! Oc’ho ! » en ur bignat d’an tour. En em laeret en doa diouzh al lid-ambroug o vont dre an nor dal, hep gouzout dare d’an aotrou kure. Astenn a reas e fri dre an nor damzigor, hag e sellas gant daoulagad bev. — Amań ! Lorańsig. Lorańsig a lammas war ar plancheiz, hag en em istribilhas ouzh kordenn ar c’hloc’h bihan. Ar soner a lezas ar gordenn da vont, ha setu Lorańsig sachet d’al laez. Al lakepod, paket genaouek, a ziskrogas trumm hag a gouezhas war e benn adreńv. Ar sonerien a zirollas da c’hoarzhin. — Binbaon d’al laez ! binbaon d’ an traoń ! — Emań ar vicher o sankań don, eme unan. Aet e oa al lid-ambroug a ziwar weled. Ar c’hleier a davas. Ne gleved mui diouzh an tour nemet mouezh ar varchigoded. E hanter hent, e-tal park melchon ar Joleg, banniel bras sant Tei a chomas a-sav. Herve Bogion he degemere digant Renan Kerhoaz, an douger kentań. …Biskoazh ne oa bet banniel bras sant Tei douget ken uhel war hent bras Landremel. Ur vaouez kozh, fur baourez, penndaoulinet e-kichen ur gloued, a reas sin ar groaz pa dremenas Herve. Marteze e oa degouezhet dezhi, er goańv tremenet, astenn he dorn ha goulenn un tamm bara e toull dor ar Bogion, hag he doa, goude he aluzen, lavaret ur bater hag un ave evit tud an ti. Hag Herve a oa deut yac’h en-dro. — N’eo ket re bonner, Herve ? a c’houlennas Ronan Kerhoaz. — Ponner, emaon-me, a respontas Herve. Ma oa ponner ar banniel, eń a oa kreńv. Eo, skuizh ez eas a-raok m’en devoe graet dek metrad zoken. Ur pistig a santas en e gostez. Barradoů avel a skoe a gaouadoů war ar seiz ledan, ma ranke Herve chom a-sav bep ar mare, reutaat e izili, ha treiń ar banniel war e gant evit mont a-skoaz gant an avel. An aotrou person a selle gant nec’h ouzh sant Tei hag ouzh an oabl, hep un eil tro. N’oa ket avat, gant aon ouzh ar glav ; keuz ennań da vezań anvet Herve da zougen ar banniel ne lavaran ket. Anna Bogion he doa anken ivez, ha hep barr-avel a skoe war he c’halon. — Gwall avel ez eus, eme Renan Kerhoaz, evit divankań e gomzoů kentań. — E c’hell c’hwezhań, a respontas Herve, gant ur genou prennet. Ha banniel bras sant Tei a yae gant an hent, sonnoc’h eget an holl vannieloů all. A-dreńv, Mari Vazele, o tougen ar Werc’hez, a oa he daoulagad o parań warnań. Al lid-ambroug a dostae goustad. Ave, maris Stella… Andorennet e oa bremań an hent ouzh ar c’haouadoů avel gant ar c’hleuzioů uhel hag ar c’hreskoů derv nevez. Herve a oa mall gantań degouezhout ha harpań fust ar banniel ouzh mein an hent. Ar mammoů, war o daoulin dirak ar groaz, a ziskabellas o bugaligoů. — Peoc’h ! bugale. An Aotrou Doue ! Neuze avel ar menez, war e api er parkeier, a lammas er c’hroaz-hent, a hejas an tavańjeroů seiz, a skoas ouzh ar brozhioů ponner, a ziframmas ar bannieligoů koton gwenn a dre daouarn merc’hedigoů ar skol, a vrallas an del, a sarac’has er gwez, a razailhas, fuloret, a ankelc’hias ar bannieloů ha, p’edo ar Sakramant, meulet ra vezo, o tegouezhout er groaz, a stlapas d’an traoń, war vein an hent, banniel bras sant Tei. P’en devoe ar beleg graet sin ar groaz a-us d’an dud penndaoulinet war an hent, e loc’has adarre al lid-ambroug war-du Landremel. Ar merc’hed, bodet a~dreńv ar wazed, a gilas d’al lezoů evit reiń frankiz, o c’hortoz o zro. Ar groaz Wenn a dremenas, ha goude ar groaz aour, banniel ar Galon Sakr, banniel an Itron-Varia, banniel bras sant Tei, ar Werc’hez, Santez Anna, ar Sakramant, meulet ra vezo, ar barrezianiz. Renan Kerhoaz a zouge banniel sant Tei. An avel a grogas adarre da c’hoari e benn fall dreist ar c’hleuzioů izel ha dizolo. An aotrou person avat, a gerzhe dianken. — Herve, eme Renan, arabat mont ken buan. Herve a glaskas ingalań e gammedoů ha kerzhout gorrekoc’h, hag e oa atav e gerzhed dizingal. Mall en doa tremen e-biou d’ar merc’hed ha bezań erru en iliz. Glas e oa e liv. En aner e klaske gwiskań un dremm dizeblant ; edo krizet ha roufennet e dal. Ne sellas nag a-zehou nag a-gleiz, e-doug ma tremene e-biou d’ar barrezianiz. N’ouie ket petra ober gant e zaouarn, ha keuz en doa da vezań lezet e dog en iliz. Hep gouzout dare dezhań e valee adarre buanoc’h. En tour ar sonerien a gane : — Sa…a…ach… ’ta ! O…c’ho ! — Binbaon d’an traoń ! — Binbaon d’an laez ! — Oc’ho ! Lorańsig, puchet ouzh aspled ar solier, a selle ouzh ar brosesion o tremen dre an nor dal, hag a doc’helle en-dra ma c’helle, evit bezań gwelet gant paotred ar skol. Pa voe echu ar gousperoů, matezh an aotrou person ha dimezelled pinvidik Landremel, deut da zivleuniań ar groaz, a lodas ar bokedoů etre ar vugaligoů. Tiez, war ar maez, ne vezont bleuniet nemet ur wech ar bloaz da heul gouel ar Sakramant, hag e vez ar bleunioů miret betek gweńviń, ha klozet delioů roz etre pajennoů al levrioů oferenn. Bleunioů ar groaz o deus ur frond santel dreist da frond an holl vleunioů all. Herve a zistroe d’ ar gęr. Ur pennad dirazań ez ae Mari Vazele gant ur vignonez ha gant Ronan Kerhoaz. Anna he doa lavaret da Herve chom d’he gortoz ; respontet en doa e kave gwelloc’h mont d’ar gęr, diouzhtu, Ken dezhań bezań sentet ouzh e c’hoar ! A-raok kuitaat Landremel en doa tremenet dre ostaliri ar Saliou, hag en doa gourc’hemennet da Ber reiń d’ar sonerien ar pep gwellań a oa en e gav, ha kement ha ma karent. Er c’hroazhent, paotredigoů a en em dage a-zivout ar bokedoů taolet dezho diwar an aoter gant an dimezelled. — Me ! me ! ur boked din ! — O roit unan din ivez ! — Amań ! — Piv n’ en deus ket bet ? a c’houlennas, en ur c’hoarzhin, unan eus an dimezelled. An holl vugaligoů a hopas : — Me ! — Maivon, en tu-mań n’eus ket bet stlapet ! Maivon a vannas bokedoů diouzh o zu. En ur dremen, Renan Kerhoaz a bakas ur rozenn hag he c’hinnigas da Vari Vazele. Ar sonerien a zeuas d’an ostaliri. — Hiziv, eme Ber Saliou, an ostiz, ez eus bet ton bras gant ar c’hleier. — N’oc’h ket aet bouzar, Per ? — Feiz ! bet darbet din. — Ha bet darbet d’ar c’hloc’h bras kouezhań en traoń a dammoů ! — A ’ta ! paotred, petra ’vo evet ? — Gortozomp, eme Tin Ar Gouerou. N’eo ket degouezhet Herve. — Herve ne zeuio ket, eme Ber Saliou. Tremenet eo dre an ti, ha lavaret en deus din diskargań deoc’h, diouzh ho c’hoant. Aet eo d’ar gęr, war-eeun. Tin Ar Gouerou a hejas e benn. — D’ ar gęr ! Gwir, n’en em gav ket c’hoazh gwall yac’h. Er groaz, bremaik… Mari Bogion a zeuas en ti da brenań holen. Ne reas nemet mont ha mont. — …Ar reutań den a oa e Pleiben, da zeiz an tenn, a lavaras Tin. — Ba ! evelse emań ar bed, eme Jakez ar Runigoů. Un den o sevel diwar gleńved n’en do morse nerzh un den yac’h. Evomp atav, ha yec’hed dezhań ! — Petra a gemero pep hini ? a c’houlennas an ostiz. — Ar gwellań eo lakaat dimp eizh gwerenn hag un hanter boutailhad rom. — Nann, dek kwerenn, Per ; unan evidoc’h hag unan all evit Lorańsig. Gounezet en deus ul lipadenn. Bremaik, en ur glask pignat d’ar c’hleier, ez eo kouezhet war e reor, ken en deus graet bek en ur gouezhań. Lorańsig a c’hoarzhas dre zindan. — Alo ! eme mevel bras ar Runigoů, ar sonerien hiziv, a ranko mont mezv d’ar gęr. Tin Ar Gouerou a dufas, war daroů al leurdi, e zaou wennegad butun sunet. Anna, o tegouezhout er gęr, a welas war skaoń ar gwele, hanter bleget, dilhad mezher he breur, ha, war an daol, an tog nevez gant e voulouzenn uhel hag ar bloug aour plaen. Didrouz e oa porzh Pennavern. Er skiber hag el liorzhoů, e sarac’he an avel ; ar gwez evlec’h a vrańsigelle o skourroů uhel, melenet gant ar c’huzh-heol. War-dro serr-noz, e tistroas Herve d’ar gęr. — Oc’h ober un droad oc’h bet ? a c’houlennas he c’hoar digantań. — Ya ! Ar Mokaer en do ed brav, ar bloaz-mań. Herve a azezas ouzh taol. Klevet e voe un den o vont e-biou en ur ganań. Tin ar Gouerou, mezv, war hent ar gęr. — Skuizh oc’h, Herve ? eme Anna. — A ! oah ! Mouezh Tin ar Gouerou a chomas berr e-kreiz un diskan. — Anna, bleunioů ez eus en ti ? — N’ eus ket, Herve ; perak ? — A ! Me grede din e kleven en ti c’hwez vat bokedoů ar groaz. Anna a sellas outań. — Gouelań ’rit ? emezi. Hag, evit ar wech kentań en he buhez, Anna Bogion a bokas d’he breur. AR RUN-HEOL Brumenn wenn ar beure a deuze e goueled an draonienn gant heol mezheven o c’horiń. Rivanon, o pignat gant diribin an dorgenn, goustad, evel gwall sammet, a chomas harpet e hanter hent. Teurel a reas ur sell a-dreńv e gein, hag e welas e oa kaer an draonienn gant ar glizh war ar c’hlazenn hag an heol o parań enni penn-da-benn. Alanat a teas, evel huanadiń, hag, e-kreiz-holl, en em gavas skuizh. Hogan ne oa ket skuizh e gorf. E galon avat, ne lavaran ket. Didrouz e oa an draonienn ha ne fińve enni nemet lufr an heol war ar c’hlazenn c’hleb. Rivanon a sellas en-dro dezhań ha ne welas hent- karr e nep lec’h. Hogan ne glaskas ket gouzout ha dont a rae kouerien da zastum eno ar geot hir. Ne sońjas nemet en un dra : an draonienn a oa gwerc’h ha dizarempred. Arvestiń an draonienn didrouz ha dizarempred a oa dudi da galon Rivanon. Merzout a reas e oa ar c’hlazenn, e-kreiz an draonienn, drusoc’h eget er gwrimennoů. Eno, e brizheol ar geot hir hag an elestr, e piltrote moarvat ur wazhig, hag he dour, en ur ziskenn, a c’hoarzhe en he lammoůigoů d’ar gleskeri o tihun e freskadurezh ar prad. C’hoant a zeuas da Rivanon diskenn betek goueled an draonienn evit selaou mouskan ar wazhig en he lammoůigoů ha sellout ouzh ar balafenned hag an nadozioů-aer o c’hoari er bleunioů o tigeriń. Treiń a reas kein d’an draonienn hag e kendalc’has da dostaat, goustad, ouzh laez uhelań an dorgenn. Evit arvestiń an draonienn gwelloc’h, gant ar glizh war ar c’hlazenn ha mousc’hoarzh an heol o parań enni penn-da-benn. Tost d’al lein ec’h azezas. C’hoant a savas dezhań rannań ur gomz gant unan bennak. En-dro dezhań ne welas den ebet. Ar golveni, ar boc’hruziged hag ar sidaned a razailhe e strouezh ar c’hleuzioů hag er brouskoad. E-harz e dreid, ar raden tener, nevez savet diouzh an douar skańv, a reutae da wrez an deiz o dantelezhioů kildroet, hag ar gwenan aketus a dremene e-biou dezhań gant ur sardon skiltr. Rivanon a selle... Ne wele ha ne gleve. Chom a reas lent e spered en e brederioů, morzet ma oa ennań e-unan e holl c’hoantoů gourel. Liver e oa dre vicher, ha brudet e anv e meur a vro. Steuet en doa poltredoů prińsezed ha rouanezed, hag eus ar broioů estren e teue dezhań ar vrasań meuleudi. E boltredoů a oa dreist, a bell, da re an arzourien vrudetań, kement a wirionez ha kement a vuhez virvidik a lakae enno. Hogen, na brad na meuleudi ne gavas degemer e kalon an arzour. Livet en doa, e gwirionez, poltredoů prińsezed en o c’hened ha rouanezed en o gloar... O sellout outo, avat, goude ma oant peurechu, Rivanon en em gave doaniet, rak e daoulagad ar prińsezed e luc’he atav pe ar vrasoni pe an hudurniezh pe an techoů all. Ne gavas morse poltred disi e-touez e oberoů. Hag eń en doa klasket atav livań ar wirionez kaer, ar gened kenedus hag ar c’hlanded c’hlan... Neuze, digalonekaet, e kuitaas ar gęrbenn. Dont a reas da gornog e yaouankiz, da gestań ha da gavout marteze, war ar maez, er glaster hag en heol, an disterań eus ar vuhez c’hlan en doa klasket betek-hen, e lec’h all, en aner. Rivanon a arveste an draonienn heoliet. Gant gwrez an deiz e save diouti frondoů ar geot hag ar bleunioů, hag e pep tu e vouskane ar sev nevez a-us d’an douar o strujań. Saouzanet e chomas, hag al levenez a waskas e galon a oa burzhud hag estrenvan. An heol a oa uhel ha kreisteiz tremenet. Rivanon a oa azezet bepred en hevelep lec’h. Bolc’het-mat e oa an abardaez ha skeud ar gwez, en tu all d’an draonienn, a voukae en amc’houlou. Sevel a reas hag e kendalc’has da vont war-raok, en arvar, e c’hwez vat ar maezioů didrouz. En em gavout a reas gant ur c’houer o tont eus ar brouskoad gant ur gazeliad aozilh. — Emaoc’h o pourmen, aotrou ? Ar ger aotrou ne blijas ket da Rivanon. N’en doa mui, e feson, dremm an den eus e vro ? — O pourmen emaon. — Ar c’haerań mare eus ar bloaz hag eus an deiz evit an hini en deus amzer d’ober baleadennoů war ar maez. Me a zo bet o troc’hań aozilh er brouskoad, aze, rak ar paneroů nevez a zeu da vezań, goude ur bloavezh labour, paneroů kozh ha didalvez. — Klevit, va eontr, daoust hag ez eus an bent da vont betek an draonienn ? — Feiz, n’eus hini ebet, va den. Ar foenneg dourennek-se ne ziwan enni nemet broenn hag elestr, hag he geot ne dalvez nag an troc’h, nag an doug. A viskoazh eo bet dizarempred. Ar respont-se a reas plijadur da Rivanon. Sellout a reas outi ur wech c’hoazh a-raok ober bent gant an den. Goude ur pennadig bale a-dreuz ar parkeier, e welas Rivanon war laez an dorgenn un ti gwaskedet el liorzhoů. Diouzh ar siminal, kuzhet a-dreńv ar gwez avaloů, e save ar vogedenn, o pignat evel ur seizhenn c’hlas war aour ar c’huzh-heol. — Da bell ez it ? a c’houlennas ar c’houer. — D’an Ilvern ez an, ha, ’m eus aon, en em gavan dihentet. — Hent hir hoc’h eus d’ober c’hoazh. Ma karit, me ’gaso ar mevel bihan d’hoc’h ambrougań. Setu emaomp digouezhet. Deuit betek an ti hag e tańvaot sistr ar vro. Rivanon a heulias an den. A-dreuz ar bodennoů kelvez, an heol a sile e sklerijenn velen e skoaselloů an hent ha war man ar riblenn. El liorzh, ar c’hegined a ragache en avalenned, hag ar mouilc’hi kludet e kelenn ar c’hleuzioů, a c’hwitelle diehan en abardaez blot. E oant tost ouzh an ti pa zilammas ur plac’h yaouank eus al liorzh. He fennad-blev kazugel a oa paket e div vailhadenn war he divskoaz, hag ul lien gwenn a gelc’hie he zal, evel ur gurunenn. Treuziń a reas an hent en ur redadenn, evel en ur dec’hout en he spont. Hervez ur gweled, e oa dremmet-kaer, hag he c’horf, stardet en he c’houc’heledenn, a oa ivez direbech. Ne gredas ket Rivanon goulenn un disterań diwar he fouez. — Deuit tre, eme an den. Rivanon a yeas en ti. Ar plac’h yaouank, he fennad-blev kazugel paket e div vailhadenn hag ul lien gwenn en-dro d’he zal, a oa azezet e-tal an oaled hag a domme he zreid ouzh an tan. — Mari, ha dent eo ar mevel bihan eus ar c’hovel ? — Ne gredan ket. a respontas ar wreg stouet he fenn a-us d’he filligoů. — Ne zaleo ket, emichańs. Pa vo deut en-dro, c’hwi a gaso anezhań da ziskouez hent an Ilvern d’an aotrou-mań. Mari a savas he fenn hag a saludas an den. — Azezit, aotrou, emezi, hag en ur c’hortoz, e tebrot marteze ur grampouezhenn, gant ma kavit mat ar c’hrampouezh aozet war ar maez ? — Ar c’hrampouezh aozet war ar maez a zo ar re wellań, moereb. — N’eus nemet sistr, eme an ozhac’h, ha kalet eo moarvat da staon an hini n’eo ket boazet outań. Gant ma tiskenno… Ma tiskenne ?… Ne grede ket an arzour anzav e oa hep tamm abaoe ar beure, chomet ma oa da c’henaouegiń war an dorgenn… Debriń a reas a youl vat ar grampouezhenn amanennet servijet dezhań war ur plad, hag ar sistr a floure en ur ziskenn. — Gwelout a ran, emezań, n’eo ket kollet holl c’hizioů mat ar vro, hag e kaver c’hoazh maouezed dispar da vezań an toaz. An ozhac’h a azezas ivez ouzh taol dirazań evit debriń ur grampouezhenn a-raok mont da voueta e loened. — O ! emezań en ur respont, ne vez ket graet mui, en amzer hiziv, kalz krampouezh war ar maez, hag amań, evel e lec’h all, ez eo kollet ar c’hiz. Nemet evit ar verc’h an hini eo… Evit ar verc’h azezet e-tal an tan… Rivanon a droas e selloů ouzh he zu. Kerkent avat, ar plac’h yaouank he daoulagad paret warnań abaoe ma oa deut en ti, a zistroas he fenn hag a sellas ouzh ar flammoů a c’hoarie dindan ar pilligoů etre ar skiriennoů kistin o strakal. Alvaonet e chomas... Gwelet en doa er c’hęrioů bras merc’hed kaer, merc’hed kenedus ; biskoazh avat ne gavas par da gened ar bennhęrez. Ne oa ket evit distagań he daoulagad diwarni, ma voe ret da vestrez an ti lavarout dezhań : sachit war ar c’hrampouezh ; ha d’an ozhac’h : ne ziskenn ket ar sistr ? Rivanon a oa aet kuit e naon. Ar verc’h ne rae ivez nemet pismigań gant he bizied gwenn ar grampouezhenn ledet dezhi war he barlenn. — Levenez ne zebro ket adarre, eme ar vamm en ur huanadiń. Petra ’vo aozet dezhi ’benn ar fin ? Netra ne blij dezhi, ha koulskoude e vez graet bepred diouzh he c’hoant. En abardaez-mań he deus c’hoantaet krampouezh amanennet, ha, pa o gwel, e kav re un tańva. Bemdez e vez gwasket he c’halon. Merzout a teas Rivanon e klaske ar bennhęrez sellout outań hep gouzout dare dezhań, evel ma vije lent ha mezhus. An heol o tiskenn a baras dre ar prenestr hag a sklerijennas he dremm. Sellout a reas hi ouzh an heol a glouare he zal morlivet, hag e voe darbet d’ur mousc’hoarzh skediń en he daoulagad glas ha leun a hiraezh. Ar vestrez a oa o tont gant ur grampouezhenn all. — Bennozh Doue, moereb, o tont eus debriń e oan. Hag e chomas dilavar. Goude ur pennad : — Karout a rafen gouzout anv ar gęr-mań. — Ar Run-Heol a vez graet anezhi, aotrou. — Un anv kaer, hag e tere kement ouzh anv ho merc’h. Ar vamm a sachas herr war hec’h alan. Hag an tad : — Levenez a zo bouzar ha mut. Ar vamm a gendalc’has : — Ur wall blanedenn kouezhet warni d’he femp bloaz. Ur blanedenn griz penn-da-benn, siwazh ! Rak bremań, d’he zriwec’h bloaz, emań taget gant ur c’hleńved langiz. Levenez, ul lien leizh war he zal morlivet ha lufr an heol war he blev kazugel, ne oa mui ar bennhęrez a domme he gwad divi ouzh tan oaled he zi… Rivanon a wele dirazań, disi, skeudenn ar gened ganet en e huńvreoů. Ur c’hwitelladenn drant a dregernas er porzh. — Ar mońsig o tont eus ar c’hovel. Mestr an ti a savas eus taol. Rivanon a savas ivez da heul. Kimiadiń a reas diouzh ar vestrez, hag edo o vont da lavarout kenavo d’ar verc’h pa zeuas sońj dezhań e oa ar bennhęrez bouzar ha mut. Levenez a serras he malvennoů war he daoulagad kaer. Ar malvennoů, avat, a zigoras adarre pa gerzhe Rivanon dirak prenestr an ti. Ar bennhęrez a droas he fenn. Hogen, ne welas den er porzh, en amc’houloů, gant mibien he daoulagad o tourenniń. Merzout a reas evelato war he barlenn skeud an arzour o tremen… Ar gouerien a oa diskennet Rivanon en o zi a lavaras ne vije ket chomet mui gwall bell an arzour en o bro. Trist e oa deut da vezań, hervezo, ha ne gare mui an darempred. Pe oa trist pe laouen e galon, Rivanon ne ouie ket mat a-walc’h e-unan. En e valeadennoů pemdeziek, a-dreuz ar parkeier, e kave atav an tu da bignat war ur grec’hienn bennak evit gwelout, war an dorgenn all, ur siminal o vogediń el liorzhoů glas. Ar Run-Heol... Levenez... — Poltred ar Gened. Hag un abardaez, en ur zistreiń d’an Ilvern d’an eur ma tave al laboused er girzhier, Rivanon a voe souezhet o selaou lammoů e galon : karout a rae ar plac’h yaouank bouzar ha mut, Levenez ar Run-Heol. Diskenn a reas dre ar wenodenn, laouen hag ankeniet, e c’hwez vat ar serr-noz o tostaat. Ar c’hloc’h a dintas e tour an iliz-parrez. An anjeluz o seniń, a sońjas an arzour. Pa zilamme, avat, dreist ar c’hleuz en hent bras, e klevas div vaouez o komz etrezo, hag unan a lavare : — An Aotrou Doue en deus roet dezhi ar parlant hag ar c’hlevoud. Rivanon a voe ret dezhań azezań ouzh ar c’hleuz. Ya, gwir o doa lavaret ar gouerien pa anzavent ne vije ket chomet mui gwall bell Rivanon en o bro. Antronoz vintin, an arzour a oa aet kuit. Ne c’hellas ket padout hiroc’h en Ilvern, gant ar c’hloc’h o tintal e kańv, en draonienn. D’ar gęrbenn e troas, mantret ha gloazet. Ne c'hello biken livań poltred ar Gened. E vignoned ouzh e welout a voe laouen-bras. Rivanon avat, ne oa en e galon nemet melkoni hag hirnez. Devezhioů a dremenas hag an arzourien a glaskas gouzout petra oa deut adarre o mignon da vezań. Ne veze gwelet e nep lec’h, nag en ostalerioů war an deiz, nag, en noz, er c’hoarioů pe er festoů darempredet. Rivanon en doa prennet dor e di, hag e laboure hep astal ; ha pa zeue unan bennak da c’houlenn digor, ne veze respont ebet. Ar vuhez a darzhas war al lien e daoulagad hiraezhus gwerc’hez ar Run-Heol. Ne ziskouezas Rivanon ar poltred-se da zen, na zoken d’e vrasań mignoned. Bemdez avat, e selle outań, pe gwelloc’h, e selle outi, rak e gwirionez e oa Levenez hec’h-unan adsavet d’ar vuhez. Adalek neuze e teuas Rivanon da vezań laouen. Pa c’houlenne, avat, e vignoned digantań perak ne live mui e tarzhe ur mousc’hoarzh trist war e vuzelloů ha ne responte ket. ANNA TREGIDI Al laboused a oa aet d’o c’hlud er rozioů hag an eskell-kroc’hen a gammigelle el liorzhoů o teńvalaat. An avel c’hoańv a c’hwezhe en draonienn skarnilet. Kildreiń a rae en ur voudal e kevioů ar mengleuzioů dilabour, hag, ur wech an amzer, e trouze du-mań du-hont, e-tal an toulloů, atredoů o tisac’hań. Eus an draonienn, an avel a bigne a gaouadoů dre an hent don betek Kerunkun, hag a groze er gwez ivin a waskede war an dorgenn ti Berc’hed Tregidi. Berc’hed, azezet e-tal an oaled, a oa o tebriń he c’hoan. Kavout a rae divlaz an avaloů-douar poazhet en dour, hag, etre daou begad, ec’h astenne ’us d’an tan o vervel he daouarn pistiget gant ar gozhni, ha kroget enno ar gurud. Gant ur skirienn e pismige an tan el ludu, ha gant elfennoů o sevel e lugerne war ur biz gwalenn arc’hant an intańvez. Berc’hed Tregidi a baskas an aval-douar diwezhań d’he c’hazh louet, a oa o rodal hag o viaoual en he c’hichen, hag a leunias a zour ar gastolodenn gramennet. Ne oa ket en imor da adc’hwezhań an tan na da skaotań, en noz-se. Sellout a rae ouzh un etev-tan o vervel hag oc’h adkregiń tro-ha-tro gant ar c’haouadoů avel o tiskenn dre ar siminal, hag e selaoue. Hogen, ne selaoue ket an avel o yudal er gwez ivin pe o roc’hal er siminal, hag ingal oa dezhi gwelout an tan o vervel goustad war an oaled. N’edo ket he sońj e Kerunkun ; en he merc’h Anna ne lavaran ket. Yaouankizoů o doa c’hoarzhet er-maez. Berc’hed a roas buan un taol skub d’an oaled hag a savas. — Deuit tre ! emezi, pa glevas e voe skoet war werenn ar prenestr. An nor a droas gant storlok war he mudurun goad. Ur paotrig hag ur plac’h yaouank a zeuas e-barzh an ti. — Noz vat, moereb ! emezo, laouen. — Noz vat ! Ne oan ket ouzh ho kortoz henozh, gant ur seurt amzer fall. — O, moereb, eme an nizez, yac’h omp dre c’hras Doue, hag an amzer fall ne ra ket aon dimp. Ken buan avat, ne vijemp ket deut, pe gentoc’h, n’hor bije ket gallet dont. Uheloc’hik, du-se, e red an dour en hent evel ur stęr. Ret eo bet dimp dont a-dreuz prad ar stivell, hag eno Jobig a zo bet darbet dezhań bezań sebeliet el lagenn. Jobig a c’hoarzhas. — Betek va c’hof-kar, moereb, on aet e-kreiz ar flibouz. — Paour-kaezh Jobig ! Diwall da gouezhań klańv en ur bakań yenijenn gant an amzer galet-se. — Eurüsamant Jobig a zo kalet ivez ouzh ar c’hleńved, eme e c’hoar. Nemet furoc’h e vefe dezhań, memes tra, diwiskań e loeroů ha tommań e dreid ouzh an tan. — Un tan dister, va bugaligoů. Me a zo o vont da adc’hwezhań anezhań ha d’ober un tantad gant treujennoů lann. — Ne dalvez ket ar buan, moereb, Jobig a dommo brav-tre e dreid hag a sec’ho e loeroů ouzh mein klouar an oaled. Gouzout a rit, Jobig n’eo ket kizidik. — Gwell a se !… gwell a se !… ha chańs dezhań da chom atav yac’h… Kemend-all a dud klańv a zo war an douar ! — D’an nebeutań, moereb, c’hwi n’oc’h ket gwall-glańv hag ho pistigoů hag ho remm a dremeno pa dremeno ar goańv. — Emichańs e tremenint pa zeuio an amzer gaer ? Nemet Anna an hini eo a zo kouezhet klańv !… — A ! — Ya, Anna a zo klańv, ha marteze gwall-glańv. Ul lizher am eus bet, daou zevezh zo, digant ur vignonez dezhi evit degas din ar c’heloů. C’hoant am boa skrivań da Anna diouzhtu ha lavarout dezhi dont d’ar gęr, nemet, dalc’het gant ar remm, ne oan ket evit mont d’ho kavout da Bennavern. Eürusamant, en abardaez-mań on diskennet betek ar vengleuz vras hag on degouezhet gant ho mamm a oa eno o kannań. Lavarout a ris dezhi em boa ezhomm skrivań ul lizher. Diaes avat e kaven reiń da c’houzout d’ar c’hannerezed all da biv ha da belec’h. — Anna an hini a zo klańv !… a lavaras an nizez. — Siwazh ! — Anna, va brasań kamaladez ! — O ! ya, Anna a oa ur verc’h vat ! Hag he doa ur galon ken tener ! — Gwall-glańv eo, moereb ? — Ne oar ket unan. Ne oa ket displeget war al lizher. Aon am eus evelato… Kemend-all a gleńvedoů a zo en amzer hiziv er c’hęrioů bras ! Hag hi aet eus ar gęr, un nebeut bloavezhioů zo, ken yac’h ha ken livrin ! E-pad m’edo e c’hoar o skrivań al lizher, Jobig a domme e dreid hag a floure gant palv e zorn blevenn ar c’hazh louet moredet war an oaled klouar. — Petra vo lakaet dezhi, moereb ? — Va merc’hig, c’hwi oar kenkoulz ha me. Livirit dezhi dont d’ ar gęr diouzhtu. Petra vo lakaet dezhi c’hoazh, peogwir en em gavo dizale en-dro ?… Eo, un dra ouzhpenn. C’hwi oar moarvat pegement e koust an tren ?… Hep gortoz ar respont an intańvez a savas eus taol en ur gammań hag en ur glemm gant ar remm, hag a zigoras hec’h armel. Lakaat a reas un nebeut bilhedoů el lizher. — Emichańs ne gousto ket muioc’h, emezi war he fouez. Skrivet e oa al lizher. Ar plac’h yaouank hag he breurig o doa kemeret en-dro hent Pennavern. An noz a oa teńval hag en hent don a ziskenn betek ar mengleuzioů ne wele ket unan ur berad. Ne c’hoarzhent mui evel p’ edont o tont da Gerunkun. Nizez Verc’hed a oa bet doaniet gant ar c’heloů fall. Kerzhout a rae, aonik ha dilavar, he dorn krog e dorn he breur. D’ an disterań trouz tost dezhi, en hent pe war ar c’hleuz gant ar boutadoů avel, e rae ul lamm he c’halon hag e krene evel ma kleve sinadoů… En draonienn, ur sklerijennig a zaskrene war dour morlivet ar vengleuz vras gant al loar o parań etre div goumoulenn. Ur vilzig a nijas diouzh an halegoů gant ur c’hwitelladenn skiltr, hag a bignas er c’hoad ! He skeud a dremenas war an dour sklerijennet. — Greomp tro ! a lavaras ar c’hoar. Ha kentoc’h eget tremen e-biou d’ar vengleuz vras evit kemer ar wenodenn e prad ar stivell, e kavas gwelloc’h ober un dro bell dre waremmeier Penn-an-Aod. Berc’hed Tregidi a oa azezet dirak hec'h oaled. Serret e oa he daoulagad ha kroaziet he daouarn war he barlenn. He muzelloů a fińve. Abaoe ur sizhun ne c’helle mui Berc’hed penndaoulinań evit he fedennoů noz. Devezhioů goude, e tegouezhas Anna Tregidi er gęr. Gwall—livet e oa, ha kastizet ma oa un druez he gwelout, hag ur paz divalav he c’hrigne hep ehan, ma rae droug he c'hlevout. — ’M eus aon oc’h gwall-glańv, a lavaras dezhi he mamm. Penaos n'hoc’h eus ket sońjet dont abretoc’h d’ar gęr ? — N’on ket klańv, a responte Anna, nemet skuizh marteze. — N’oc’h ket klańv ? Siwazh ! N’it ket da lavarout an dra-se, va merc'hig paour ! Kollet eo ho liv hag ho korf a zo aet da relegenn ! Hag ouzhpenn ne rit nemet pasaat. — Ar paz a dremeno, mamm. — N’em eus ket fiziańs. — Pa lavaran deoc’h n’on ket klańv ha ne santan droug ebet. — Sur oc’h dalc’het en un tu bennak en ho korf. — Arsa, mamm. Berc’hed Tregidi, dirak imor fall he merc’h pa veze komzet dezhi eus kleńvedoů, a dave hag a waske war he glac’har. Devezhioů, sizhunvezhioů a dremenas... Anna a yae bemdez war semplaat. Ar vamm a alie he merc’h. — Ret e vefe mont da welout ar medisin, Anna. — Bet on ouzh e welout e Pariz. — Ha petra en deus lavaret deoc’h ? — Lavaret en deus din ne oan ket klańv, nemet skuizh ha dinerzhet, hag em boa ezhomm repoziń. — Hennezh n’oa ket neuze ur medisin mat. — Hennezh, mamm, a zo ur medisin bras. — Ar vedisined vras, va merc’h, ne sellont ket spis ouzh kleńvedoů ar re baour. — Kement-se, mamm, pa lavaran deoc’h n’on ket klańv, hag ar medisin... Anna a chomas berr war he c’homzoů gant ar paz o washaat. Ar goańv a oa tremenet hag an nevez-amzer a vleunias el liorzhoů en-dro da Gerunkun. Yec’hed ar verc’h ne wellae ket. Anna Tregidi ne oa ket evit labourat na zoken skoazellań he mamm war-dro an ti. Un deiz, p’oa aet da walc’hiń er vengleuz vras, e-kreiz ledań he dilhad kannet, e voe savet ar gwad en he fenn hag e kouezhas war ar c’hlazenn, semplet. Hogen ne blije ket dezhi chom en ti penn-ouzh-penn gant he mamm. Ober a rae baleadennoů el liorzhoů. Buan avat en em gave skuizh, hag ec’h azeze en ur c’horn bennak war al leton e diavaez an holl zarempredoů. Berc’hed, o treuziń al liorzh, a zegouezhas dezhi, un deiz, gwelout anezhi o ouelań. Anna a chomas war he gwele. Ur voereb deut d’he gwelout a lavaras da Verc’hed : — Pec’hed eo chom hep mont da glask ar medisin. Berc’hed Tregidi a santas neuze ur samm war he c’houstiańs. Antronoz, goude he darempredoů mintin war-dro an ti, Berc’hed, diboaniet eus he remm, a wiskas he dilhad-sul. Anna, otivorediń, a sellas dre werzhidoů he gwele. — Da belec’h ez it hiziv, mamm ? — Da Gastellin, Anna. — Da Gastellin ? — Da glask ar medisin. — O ! n’it ket, mamm. N’it ket ! N’it ket !... Me bareo... Ne fell ket din kaout medisin war va zro. Me a bareo, mamm. N’it ket !... — Ar medisin, Anna, a zegaso ar pare buanoc’h. — Mamm !... Mamm !... Berc’hed ne sentas ket ouzh he merc’h. War he gwele, Anna a zifronke. Estrenvanet ha laouen e oa kalon Berc’hed Tregidi en ur vont da Gastellin. Biskoazh moarvat n’he doa gwelet ken kaer an heol o parań war letonenn an hent, hag e kave e oa ar wech kentań dezhi klevout al laboused o kanań. Dirak koad al Luzeg e chomas ur pennadig da gomz gant ar miliner diwar-benn an amzer glouar hag ar mintin glas... Ne oa ket aet c’hoazh he mamm betek Sant Kouli ma savas Anna diwar he gwele. Gwiskań a reas ivez he dilhad-sul, hag e tiskennas dre an hent don a gas d’ar vengleuz vras. Ur mintinvezh, e savas ur c’horf war c’horre an dour, er penn pellań eus ar vengleuz vras. Ar mouilc’hi a c’hwitelle, e-kichen, er bodennoů haleg, ha falc’herien a dregerne o youc’hadennoů e foenneg ar stivell. Hogen, maouezed Kerunkun a lavare o doa gwelet Anna Tregidi o lammat er stęr Avon evit en em zistrujań. Hini ebet avat ne gredas rannań komz diwar-benn he c'hleńved, gant aon da bec’hiń dirak Doue. AR GOULENN Gwashań tra a reas biskoazh pennhęrez ar Gili a voe, un abardaez hańv, pa lavaras da Izidor Lanuzel, eus Kerevel, en doa dent gwenn ha blev melen rodellet-kaer. Izidor a oa — evel ma vez lavaret — ganet e penn diwezhań ar sizhun, ha war meur a dra dister e chome dalc’het e spered, ha me ne oa ket gwenn e zent na rodellet-kaer e vlev, komzoů ar bennhęrez evelato a flouras e galon evel allazigoů. Antronoz vintin eta, Izidor, war zigarez pourmen, a yeas betek ar Gili. Ne oa den er porzh d’ar mare-se eus an deiz. An dud a oa aet d’o labour hag an holl zorioů a oa serret kloz. O welout ur mevel o tont eus al leur gant ur bec’hiad plouz, Izidor a reas tro. Adkemeret en doa hent Kerevel pa zegouezhas gantań Mari Buorzh, pennhęrez ar Gili, a oa o tont eus ar bourk. Izidor a ruzias e zivougenn. Bale a reas war lez an hent. — Te a zo bet o pourmen, Izidor ? Izidor a vousc’hoarzhas hag a stouas e benn. E vuzelloů a lavaras : Ya, goustadig. Chomet e oa a-sav, troet ouzh he zu. — Hag a nevez hiziv ? a c’houlennas pennhęrez ar Gili. — Traoů nevez ganin, emezań. Mari Buorzh a vousc’hoarzhas. — Ha gwir eo, Mari, em eus dent gwenn ha blev melen rodellet-kaer ? — Te oar mat, Izidor, p’em eus lavaret dit. — Perak hoc’h eus lavaret an dra-se din ? — Peogwir out ur paotr koant, ur paotr mat, hag e plijez din. Alo ! Kenavo, Izidor. Poent tostaat ouzh lein. Hag hi kuit. M’he dije distroet he fenn, he dije gwelet Izidor azezet war letonenn an hent. Eizh deiz goude e oa deut Lorańs ar Gerdevez, eus Penn-ar-Pont, ur gęrig souchet er gwez, en tu all d’ar stęr, da c’houlenn Mari Buorzh da zimeziń. Gouel ha chervat a oa er Gili d’ar sadorn da noz. Rost leue a vogede war greiz an daol. An ozhac’h a ziskarge gwin d’an dud, hag ar c’hemener en doa graet bazh-valan a oa kroget da ganań : « Pa ganas ar goukoug e koadoů ar Gili… » pa voe klevet unan bennak o skeiń war werenn ar prenestr. — Deuit tre ! a lavaras ar vamm. — Me ’bari eo ar voereb kozh, eme Vari… Izidor a zeuas en ti. Gwisket en doa e zilhad-sul, chupenn mezher du hag ur roched plaket. Ur bara a zek lur a oa gantań dindan ur gazel ha, dindan ar gazel all, ur voutailhad gwin-ardant. An evaj hag an debriń, ar pep retań en un tiegezh. Gouzout a rae Izidor gizioů ar vro, rak, hep mar, e oa deut da c’houlenn ar bennhęrez da zimeziń. O welout ar gerent bodet ouzh taol, Izidor a chomas alvaonet e-kreiz an ti, ha ne grede ket tostaat. — Deuit tre, Izidor, ha kemerit perzh er gouel ! Izidor a dostaas, a daolas war an daol e voutailhad gwin—ardant hag e vara a zek lur, hag, hep rannań komz, a droas kein hag en em dennas, goustad. Ar Buorzh kozh a zirollas da c’hoarzhin. — Un inosant deut da c’houlenn va merc’h ! Ha ! Ha ! Biskoazh kemend-all ! Kemener, setu aze ur chańson nevez da sevel war e vlev melen rodellet. Mari, avat, a lavaras dezhań : — Tad, arabat c’hoarzhin. Klevout a rejont botoů-koad Izidor o tasseniń ur wech c’hoazh, pell, war vein an hent… Miz goude, klouar an amzer ha laouen an oabl, Izidor, o tiwall ar saout e foenneg an hent bras, a welas tud an eured o tremen daou-ha—daou e-biou d’an toull-karr. Er penn kentań, kazel ha kazel gant ar paotr-enor, Mari Buorzh a gerzhe seder ha dibikous. Den ebet ne daolas ur sell er foenneg. Ur pennadig goude, mouezh drant ar c’hleier a dregernas a-us da barkeier Kerevel, hag a skignas dre an oabl levenez hag eürusted an dud nevez. Goude ma voe debret lein, Izidor a voe lavaret dezhań gant e vamm mont d’ar bourk, Landremel, da brenań ul lur kafe hag ur voutailhad hini kreńv kenkas e vije deut kerent, pedet d’an eured, da rentań ur gweled dezho war an abardaez. — Nemet arabat deoc’h, Izidor, chom re bell da sellout ouzh an dud o tańsal. Izidor a reas sin ne vije ket gwall-bell gant e dro. Lakaat a reas en e c’hodell ur bilhed hanter-kant lur, hag e kerzhas gant gwenodenn al liorzh en ur vale difonn. Evit mont eus Kerevel da Landremel n’eus nemet daou bark da dreuziń. Ar vombard hag ar biniou a viaoue war ar blasenn, a-dreńv an iliz parrez. Izidor a chomas a-sav evit selaou. Ne gredas ket ober ul lamm dreist ar c’hleuz diwezhań. Treuziń Landremel ! En em ziskouez war ar blasenn !… Pebezh c’hoarzhadeg, va Doue !… Hogen ouzhpenn mezh, Izidor a vage kasoni. Pignat a reas war ar c’hleuz. Azezań a reas a-dreńv ur vodenn gelvez war an delioů sec’h hag ar c’hinvi melenet. Eno e selle hag e selaoue. Tost dezhań e govel ar Vuzid, ur morzhol a skoe hep ehan war an annev. Eń avat, ne gleve nag ar morzhol o skeiń war an annev, nag ar c’hezeg degaset da houarnań o c’hrizinkal an eil d’egile. Ar vombard hag ar biniou o sutal drant war ar blasenn ne lavaran ket. Mouezh ar biniou a dosta. Ar gorollerien o deus kuitaet ar blasenn evit ober, hervez ar c’hiz, un dańs dirak pep ostaleri. Izidor a c’hourvez, gant aon da vezań gwelet. Bremaik en em gavo tud an eured e-tal ostaleri ar Vuzid. Emaint o tont daou-ha-daou, kazel-ha-kazel, gant ur bale kompez, evel ma tere ouzh tud pinvidik, Mari Buorzh, ar bennhęrez tonius, a zo er penn kentań gant he gwaz. Skedus eo en he c’horkenn neudennet-aour ha gant he zavańjer seiz perlennet. Ar sonerien a zistag ur gavotenn, ha pennhęrez ar Gili a goroll laouen en he gloar. Izidor a astenn e benn er vodenn gelvez evit gwelout gwelloc’h. Ar gorollerien a zo aet adarre er penn all d’ar bourk war ar blasenn, hag Izidor a chome gourvezet war ar c’hleuz hag astennet e benn er vodenn gelvez, o sellout hag o selaou. Ar morzhol, ehanet ur pennadig, a zeraouas adarre da lopań war an annev, e govel ar Vuzid. Izidor, avat, ne gleve ket al lopadennoů war an annev. Un dra bennak a drouzas a-dreńv e gein, er foz. Ober a reas ul lamm. Edo ur yarig o tiskrabat an delioů sec’h… Kemer a reas ur maen hag hen bannas outi… Ha c’hoarzhin a reas outań e-unan o welout ar yarig gloazet o c’hournijal gant ur jilgamm. An abardaez a oa deut. Izidor n’en doa ket graet e gefridi. Chomet e oa re bell da selaou ar biniou ha da sellout ouzh an dańs… Noz e oa, ha koaniet o doa tud an eured e Landremel, hag eń a chome bepred kludet war e gleuz… Ar yaouankizoů a dremenas e-biou dezhań evit mont da Benn-ar-Pont da ambrougań an dud nevez. Kanań a raent en hent don. An noz a oa klouar ha sklaer gant al loar en he c’hann. Izidor a ziskennas neuze eus e gleuz evit mont da brenań kafe hag odivi war ar blasenn. Nemet prestik e teuas sońj dezhań e oa diwezhat ober e gefridi ha ne oa mui ezhomm er gęr eus ar varc’hadourezh kemennet. Treiń a reas en ostaleri ar Vuzid. — Te an hini eo, Izidor ? ’M eus aon out deut da glask ar restachoů ? — N’on ket, a respontas-eń. Teurel a reas e vilhed hanter-kant lur war an daol. — Lakait din ur banne rom, emezań. Kerkent ha ma voe servijet e voe lonket ar banne. — Diskenn a ra, Izidor. — Lakait din ur banne all, emezań, ur banne brasoc’h… Un nozvezh, aet an holl da gousket ha didrouz Kerevel, Izidor Lanuzel, gourvezet dilhad hag all war e wele, e kraou ar c’hezeg, a savas hep gouzout dare da zen. Teurel a reas evezh gant aon he dije gwigouret an nor vras en ur zigeriń pe en ur serriń. Ar c’hi a zeredas d’ober orbidoů d’e vestr pa dremene er porzh. Izidor a savas e vazh ’us d’e benn, hag al loen gant ur c’hlemm a lammas en e logell. Izidor a gemeras hent ar Gili. Al loar a sklerijenne an hent evel ma vije bet penn-deiz. Bale a reas war letonenn ar riblenn, chouket hag aonik. Dirak ar Gili e chomas harpet ur pennadig, c’hoant dezhań marteze mont betek an ti ha goulenn digor… En traoń, e-tal Penn-ar-Pont, dour bras ar stęr a voude en e lamm dreist ar skluz. Diskenn a reas dre zindan ar saprennoů teńval betek ar prad, hag e heulias ar wenodenn a gase dre greiz ar peuriń betek ar stęr Avon. Azezań a reas, e gein sko ouzh ur wezenn-bupli, hag e selaouas an dour bras o vourbouilhat en oufoůigoů ar ribl, e-mesk ar c’hegidoů. Bep ar mare e taole ur sell war ar wenodenn a hede ar stęr, hag e c’hortoze. Goude un abadenn, e welas un den o tont penn-da-benn gant ar stęr. En em guzhat a reas a-dreńv ur wezenn. Pa zegouezhas an den en e gichen, en em ziskoachas trumm. — Te, amań, d’ar mare-mań ? a lavaras dezhań Lorańs ar Gerdevez. — Me eo Izidor Lanuzel, eus Kerevel, a voe hopet dezhań. — Gouzout a ran. Ha n’eo ket skornet c’hoazh da benn a-dreńv war ar c’hlazenn c’hleb ? — Me eo Izidor Lanuzel, a hopas ar paotr evit an eil gwech. Lorańs ar Gerdevez a droas kein evit kemer gwenodenn ar Gili. — Lorańs !… a hopas Izidor, dianket. Mab-kaer ar Gili a zistroas. Kerkent avat, e kouezhas a-c’hin, e-harz ar wezenn-bupli, faoutet e benn gant un taol keuneudenn. Izidor a sammas ar c’horf semplet hag a vannas anezhań er stęr. Dre ma heulie gwenodenn ar Gili, e skeudenn a gerzhe dirazań war al letonenn, ha boud ar skluz a leunias an noz difińv. Dindan ar saprennoů e chomas a-sav… Klevet en doa, souezhet, tost dezhań, evel trouz ur vilin o vont en-dro. Selaou a reas… Ne oa nemet lammoů e galon en e greiz. Treiń a reas e porzh ar Gili. Ne oa ket aet c’hoazh an dud da gousket, rak er gegin e oa goulou war enaou. Teurel a reas ur sell dre ar prenestr. Mari a oa e-tal an tan, o vorediń. Hep goulenn digor e reas ur vountadenn d’an nor. — Diwezhat emaout o tont, eme ar wreg yaouank. — Me eo ! a lavaras Izidor. — Te amań, Izidor, d’ar mare-mań eus an noz ? — Me amań, d’ar mare-mań eus an noz… Daoulagad Izidor a oa leun a spont… Mari a grenas he mouezh : — Izidor ?… — Mari, arabat deoc’h dimeziń en-dro. LAN, EMBANNER AL LUDU Evit dezhań kaout danvez ha leve, perc’henn ma oa e dad war an douaroů strujusań er barrez, Lan Ofret, mab pennhęr Kerunkun, a zeuas, ar bloavezh-se, da dantad Sant Yann, dizamm e ziskoaz ha goullo e zaou zorn, pa oa dleet dezhań dont, evel e dad, gant daou pe dri bec’h war beg ur forc’h houarn. Ma oa dre bizhoni e oa un dra vezhus ; ma oa evit ober goap ouzh ar sant, e oa gwashoc’h c’hoazh. Uhel e oa savet gwrac’hell an tantad, pa dostae Lan Ofret ; rak Kerunkun a zo ur gęr vras, gant dek familh gaer o vevań enni diwar ar mengleuzioů mein-glas ; ha kement hini eus kement familh a oa deut gantań e lodig : ar baotred, an duilhad spern-du kalet ar c’hoad anezhań, ha dispar d’ober tan padus ; ar merc’hed, ur gazeliad bleńchoů ; ar grennarded, ur geuneudenn, ur vriad wrizioů ; hag ar vugaligoů, krog c’hoazh, evit bale, e tavańjer o mamm, ur skolpenn pe ur ruskennig bennak ; rak, hervez ar c’hiz, e tle pep hini degas, hervez e oad hag e vadoů, e lodenn d’an tantad. Pe ma ne ra ket, e tevo er bed all, keit ha m’en devo padet an tantad. Souezhet eta e oa bet an dud bodet en-dro d’ar wrac’hell, o welout Lan Ofret o tont d’ar bedenn, e zaouarn a-dreńv e gein, hag o c’hwitellat en noz, evel ur foeter-hent. Mantret e oant bet ouzhpenn, rak ur seurt gwall-zismegańs e-keńver ar sant a c’hellfe, en amzer da zont, degas gwall-blanedenn war o ziegezhioů. — Daoust hag eo deut an holl d’an tantad ? a c’houlennas Yann Arc’hant, a-raok enaouiń an tan er bleńchoů gwrac’hellet. Bep bloaz e veze enaouet an tantad gant Yann Arc’hant, ar mengleuzier kozh, doujet e Kerunkun, abalamour d’e oad ; ha, bep bloaz, e rae ar c’hozhiad, en ur deurel ur sell en~dro dezhań, an hevelep goulenn. — Ya! o doa respontet an holl. Neuze Yann Arc’hant a reas, evel ma rae bep bloaz, un eil goulenn : — Daoust hag en deus pep hini ac’hanomp degaset e lodenn d’an tantad ? Darbet e oa bet d’ar re o doa degaset keuneud pe bleńchoů respont : « Ya ! » Hogan ar ger a vije bet gaou war o zeod, rak deut e oa sońj dezho e oa unan anezho hag a oa deut d’an tantad, divec’h e ziskoaz, e zaouarn a-dreńv e gein, hag en ur c’hwitellat en noz, evel ur foeter-hent. An holl eta a chomas mudet, ur prenn war o genou. An Ofret kozh a sellas gant kas ouzh e vab. Yann Arc’hant ne c’houlennas ket div wech ha deut e oa e samm gant pep hini, gant aon en dije respontet unan bennak : « Nann ! unan ac’hanomp n’en deus degaset tra ! » Hag ar c’homzoů-se en noz, dirak al loar hag ar stered, gwall-ziougan e vijent bet. Penndaoulinań ’reas Yann Arc’hant, en ur c’hrozmolat ; c’hwezhań ’reas an herrań ma c’hellas war ar glaou bev degaset gantań en ur votez kozh. Flammoůigoů a savas, hag ar mengleuzier a vountas ar votez en un toullig, e-touez ur forc’had brug sec’h, lakaet dindan ar bern ; ha dizale e save ar flammoů en noz, ken uhel, ma rostent skourroů ur wezenn evlec'h. Laboused a nije, spontet, diwar o c’hlud, hag an eskell-kroc’hen a gammigelle, dallet. Ar mengleuzier kozh a gilas, laouen an tamm anezhań ; kroaziet e zivrec’h war e beultrin, sachań ’rae war e vogedenn, o welout an tan o traskal en drammoů spern-du hag el lann kras, hag o welout ar flamm o pignat d’al laez, gant elfennoů aour. Hogen, dilavar e chome an dud en o sav en-dro d’an tantad. Den ne grede komz, gwasket ma oa kalon pep hini gant estrenvan nevez-c’hanet. Goude un abadenn, evelato, e kleved maouezed, o selloů chomet paret war an tan, o rannań etrezo, goustad, war o fouez, komzoůigoů berr ha sioulik, evel ma vije bet pec’hed komz a vouezh uhel, en noz-se, e-tal an tantad. Mont a reas ar gaoz en-dro, keit ha ma traskas ar spern en tan, ha ma savas ar flammoů uhel d’al laez, a gaouadoů, evel gant an avel o c’hwezhań dindano. Pa vihanaas ar flammoů, hag ar wrac’hell o tisac’hań en ur bern glaou bev, Seza a benndaoulinas evit lenn buhez ar sant ha lavarout ar grasoů : « En em lakaomp war hon daoulin dirak an Aotrou Doue, pehini hor c’hlev hag hor gwel… » Yann Arc’hant a skarzhas ludu diouzh e gorn, en ur stekiń anezhań ouzh palm e zorn. Edo o plegań ur glin evit ar bedenn, pa welas e oa penndaoulinet Lan Ofret en e gichen. Sevel a reas hep lavarout ger hag e reas ur c’hammed pelloc’h, evit mont da benndaoulinań. Ne oa den e-kichen Lan Ofret, e-pad ma lavared ar grasoů. Goude ar grasoů, e savas an dud, ha, goude teir dro d’an tantad, evel ar c’hiz, Yann Arc’hant a gemeras peg er forc’h houarn, m’en doa douget ganti, daoust d’e oad, daou vell duilhad bleńchoů, hag a grogas da verniań ar glaou bev ledet e-kreiz al leur, evel ur bladenn ruz. An tan a drouzas adarre, hag elfennoů, evel balafenned aour, a nijas en ur gornigellat, betek skourroů uhelań ar gwez. E Kerunkun emań ar c’hiz d’ ober ul lamm dreist an tan, a-raok ma vo marvet ar flammoů. Gwazed ha krennarded a glask lammat uhel ha pell, hag an hini kentań a lamm dreist pe a-dreuz ar flammoů a vez meulet gant ar merc’hed nerzh e zivesker, hag ivez e nerzh kalon. Ar merc’hed a vez aotreet da chom da sellout ; ne c’hel1ent ket lammat avat, rak, en o lamm kentań, e lakafe an diaoul an tan en o brozh, ha neuze, n’eo ket bet graet o c’h0rf evit se. Ar re gozh kennebeut, ha ne c’hellent mui lammat evel ar baotred yaouank, a chome da sellout ivez, hag e lavarent dalc’hmat e lamment reutoc’h en amzer o yaouankiz. Yann Arc’hant, hep selaou na rannań komz, a droe en-dro d’an tantad, en ur verniań gant e forc’h ar glaou bev, dre ma peurzeve ar c’heuneud diwezhań. Ne reas ket un dro leun, rak chom a reas a-sav en tu enep da Lan Ofret ; hag e selle ar mengleuzier ouzh ar mab pennhęr, deut d’an tantad hep un dramm, hep un dornad koad, e zaouarn a-dreńv e gein, hag en ur c’hwitellat, evel ur foeter-hent. — Pa ne lamm mui den dreist an tan, a lavaras Yann Arc’hant, piv a bigno er Wezenn da embann al ludu ? — N’ am eus ket lammet c’hoazh, a lavaras Lan Ofret gant fae. Gortozit ma rin ul lamm dańvad evel ; ar re all. Hag en doa kilet ha kemeret tizh, hag e oa o vont da lammat dreist an tan, pa welas en tu all bizied forc’h Yann Arc’hant, troet ouzh e du ha prest d’e doullgofań. Ne c’hellas ket gant e dizh chom krenn a-sav, hag e lammas eta e-kreiz an tan en ur bec’hiń evel mil diaoul. Devet mat e oa bet e dreid, daoust ma oa lammet er-maez ker buan ha ma oa kouezhet e-barzh. Ha ma n’en dije ket gwasket war e imor, en dije graet ul lamm all war Yann Arc’hant hag e vije marteze c’hoarvezet ur gwall-daol. Lan Ofret, avat, a lavaras en ur hejań e ziskoaz ne sante droug ebet… Kavet e vije Yann Arc’hant diwezhatoc’h… Daoust hag a-ratozh-kaer en doa lakaet Yann Arc’hant e forc’h houarn dirak Lan Ofret, p’edo o vont da lammat dreist an tantad ? Kredapl eo ; rak pa bec’he en e gichen Lan Ofret, en ur dennań ar glaou bev diouzh e voutoů, ne oa ket bet evit mirout ; da lavarout etre e zent : « Gwell a se… » Hag, hervez meur a hini a selle outań, e oa bet darbet dezhań dirollań da c’hoarzhin. Yann Arc’hant, e-unan bremań diouzh e du, a selle ouzh an tantad o vervel, e zaouarn kroaziet war beg fust e forc’h. — Ur brav a vern ludu evit an hini a daolo war an embann, emezań a-greiz-holl outań e-unan. — Evidon-me e vo, a lavaras, gant ur vouezh rok, Lan Ofret, gwall-danav e skouarn. Hep distreiń e benn na respont tra, Yann Arc'hant a skopas en tan o vervel. Hag ar skopadenn a dalveze ne vije ket dezhań al ludu. Ur paotrig, an hardisań dineizher brini tro-war-dro, daoulagad targazh dezhań, a oa pignet ker buan hag ur c’hazh betek lein an ivinenn. Un ali en doa ; bet digant e vamm : pignat en noz, er gwez, dreist-holl er gwez ivin, gant o delioů stank ha teńval, a zo gwall-zańjerus : — Taolit evezh gant aon da gouezhań. Ul lamm a reas kalon ar vaouez, pa glevas he faotrig, a-boan aet diouzh he c’hichen, o hopal diouzh lein ar wezenn, hag o c’houlenn : — Pet gwenneg e vo ? Un enor eo evit an neb a embann da gentań e briz el ludu. Ar peurliesań an enor-se a vez hervez an danvez. Perc’henn, ozhac’h pinvidik, e Kerunkun, an enor a veze dalc’hmat d’an Ofret kozh. Souezhet eta e chomas an dud, pa lavaras Yann Arc’hant : — Lakaomp anezhań pemp gwenneg. — Pemp gwenneg ludu tantad sant Yann, a hopas, a bouez penn, ar paotrig diwar lein e wezenn ; pemp gwenneg emań. Da biv da deurel bremań war ar priz ? An Ofret kozh a chome prennet e c’henou, evel mouzhet, hag ar pennoů-tiegezh a gave gwall-ger kas en tu all d’ur real. Boaz e veze da lakaat al ludu ur gwenneg, ha, goude, daou, tri… Petra ’ c’hoarveze gant Yann Arc’hant, ken paour hag ar re all, mont da stourm outo gant ur real kentań ? Er c’hęriadennoů tostań, Penn-’n-Aod, Penn-ar-Wern, war an dorgenn, hag er stankenn, en tu all d’ar stęr, e save hopadennoů en noz, oc’h embann ivez o ludu. Hini Penn-an-Aod n’oa ket uhel briz : eizh gwenneg. Ludu Penn-ar-Wern a savas e briz gwenneg ha gwenneg, betek pevar real ha daou. Evit ar Genkiz, ne voe ket gallet gouzout, rak an embanner a echue eeun-hag-eeun pa hope paotrig Kerunkun : — Dek gwenneg ludu tantad sant Yann ; ur wech, div wech… — Ur gwenneg ouzhpenn. — Daou real hag ur gwenneg ludu tantad sant Yann. — Pevar real !… a daolas Yann Arc’hant, rok e vouezh. E wreg a sellas outań, droug enni. N’oa ket dereat d’ur mengleuzier paour mont da deurel dreist e briz, dreist~holl pa oa er gęr un torrad bugale da vagań. Gant anken, e selaoue ar vouezh oc’h embann war lein an ivinenn : — Pevar real ludu tantad sant Yann ! Ur wech, div wech, div wech hanter !… Yann Arc’hant, avat, a sońje : — Gant ma ne vo ket al ludu da Lan Ofret ! D’an trede gwech e tlee chom al ludu gant ar mengleuzier. — Pevar real hag ur gwenneg, a lavaras ur vouezh, war he fouez. Gwreg ar mengleuzier a voe disammet he c’halon. Channig Vihan an hini he doa taolet ur gwenneg ouzhpenn. Lakaet he doa en he sońj, ar bloavezh-se, kaout ludu an tantad da ledań war ur park, ne ziwane ennań, kaer he doa treiń an douar gant ar bal, ha kempenn, nemet loustoni. Setu ma taole ur gwenneg war briz unan all, spi enni e vije lezet al ludu ganti, a-benn ar fin. Dre wenneg e save he friz, rak ne oa ket gwall-binvidik, pa ne oa he danvez nemet ar park ne ziwane ennań nemet alc’houenan, geot mellok ha moc’hajoů all. Da reiń talvoudegezh d’he douar, he doa c’hoant eta kaout, ar bloaz-mań, ludu an tantad, rak chańs e tegas d’an neb e bren, hag an douaroů luduet gantań a zeu, evit dezho bezań gouez a-raok, da vezań kempenn ha strujus. Klevout a reer embann al ludu e Kerevel ; mouezh an hoper avat, a zo re zister, stanket mar deo gant an douaroů, ha ne glever anezhi nemet, a daolioů, hervez tizh ar barradoů avel. Karout a reer gouzout pegement eo bet prenet ludu ar gęr dostań, evit lakaat uheloc’hik priz. D’ar sul war-lerc’h, ar c’houer a daol gant trouz pren al ludu e plad an Anaon, rak n’eus ket en holl ilizoů plad sant Yann, hag e sil e skouarn paotr ar plad, goustadik, herrik a-walc’h, evelato, evit bezań klevet gant meur a hini en-dro dezhań : kement evit pren al ludu. Seza a c’houlennas, eta : — Piv ac’hanomp en deus klevet pe briz eo aet al ludu er Genkiz ? Den n’en doa klevet. Unan a lavaras : — Sur eo bet prenet mat. — O, ya ! eme unan all ; un eizh real bennak, d’an nebeutań. — Eizh real al ludu, eme an Ofret kozh. Channig Vihan, o klevout ar priz, a stouas he fenn. Re uhel e oa ar priz evit dezhi mont dreist pa ne vije nemet gant ur gwenneg zoken. Yann Arc’hant, avat, a glevas gant kas ar c’homzoů-se ; ha komzoů taer an hini all : « Din e vo ! » a rae droug dezhań en e galon. Sevel a reas, rak ne oa mui ; evit chom penndaoulinet, gant ar broudoů dindan e zaou c’hlin. Kerzhout a reas pelloc’hik diouzh e wreg, gant aon he dije houmań graet sin dezhań da zerc’hel e wenneien evit un tantad all. Yann, avat, a sońje : — Evit al ludu mont gant an tad pe gant ar mab, ingal eo. Hag e lavaras : — Eizh real hag ur gwenneg. — Nav real, eme an Ofret kozh. — Nav real hag ur gwenneg, eme Yann Arc’hant. — Dek real. — Ur gwenneg ouzhpenn. Gwreg Yann Arc’hant a hirvoude en he c’halon, hag an holl a oa souezhet o welout emgann etre an daou zen, ha ken buan en em bismigent, pe gentoc’h, en em dagent, ma n’en doa ket amzer paotr an ivinenn da embann ar prizioů kinniget. — Ur skoed, a reas an Ofret kozh, feuket an tamm anezhań. Aet e oa droug en ozhac’h o welout ur mengleuzier o klask c’hoari e berc’henn, ha setu ma lavare en e askre : — Gant ma ne vo ket da hennezh ! Kement ma anzavas herr e vall : — Din e vo al ludu. Krediń a rae dezhań e vije bet ur skoed ur priz n’en dije ket kredet — pe dizereat ha mezhus e vije bet ! — ar mengleuzier paour teurel dreist dezhań. Hogen, Yann Arc’hant, daoust d’e wreg toc’hellat kement ha ma c’helle evit ober dezhań da gompren, ne oa ket krennet dezhań e c’hoant, hag edo o vont da lakaat dreist ar skoed, pa daolas ar mab war an tad. Lan Ofret a lavaras : — Dek lur ! Dek lur ! biskoazh, abaoe ma oa tantadoů er barrez ha sent er baradoz, ne oa bet lakaet seurt priz e ludu an tantadoů. Dek lur ! Yann Arc’hant oa krennet dezhań e c’hoant. Dek lur ! Mezhus e oa lakaat kement-se e ludu sant Yann, hag ouzhpenn ur pec’hed a vrasoni. Ar paotrig, war lein e wezenn, a embanne ken herr, ma oa raouliet e vouezh gant aer an noz. — Dek lur ludu tantad sant Yann. Ur wech, div wech… Kaer en devoe, avat, gortoz unan all da deurel, ne bignas priz all ebet betek lein ar wezenn. — …Teir gwech ! Dek lur emań. Hag ar c’homzoů-se a voe garmet ken herr, ma voent klevet eus kostez ar menez, ha pell er stankenn, en tu all d’ar stęr vras. Ha p’o devoe klevet priz burzhudus al ludu, an eil a c’houlennas digant egile petra a oa c’hoarvezet e Kerunkun. Lan Ofret a dostaas ouzh Yann Arc’hant hag a lavaras dezhań : — Din eo bet. Ar mengleuzier, hep respont, a doc’hellas hag a skopas e-kreiz an tantad peurvarvet. Ur boutad avel a c’hwezhas war al leur hag a straneas ludu berniet, gant elfennoů e-leizh o kildreiń. Un askell-groc’hen vrell a gammigellas da heul al ludu hag a dec’has pennfollet war-du ar c’hevioů, er mengleuzioů disac’het. Diouzh ar blaenenn, ma chome warni an tantad o vervel gant pennadoů war enaou pa c’hwezhe an avel, an dud a bignas, familh ha familh, dre ar c’harrhent don ha digompez, betek o zi, el laez. Er penn-adreńv, e kerzhe Lan Ofret. Chomet e oa ur pennadig goude ar re all, evit ober un tamm kempenn d’ar bern ludu, hag evit klozań anezhań gant taolennoů mein glas, gant aon e vije strewet a-raok ar beure gant an avel o c’hwezhań er stankenn a gaouadoů foll. Hag ivez evit kerzhout war-1erc’h ar re all, rak devet e oa e droad, ha ne felle ket dezhań diskouez e oa kamm. Uheloc’hik, er c’harrhent, Yann Arc’hant a gleve e wreg o c’hourdrouz anezhań. Mezhus e oa klevout ur mengleuzier o vont betek lakaat ur skoed e ludu an tantad ha stourm ouzh un ozhac’h pinvidik. — Ya ! a respontas Yann. — Ha ma vije chomet ganeoc’h al ludu, ha kavet ho pije ur skoed da lakaat er plad a-benn disul ? — Ya ! a respontas Yann adarre. — Pelec’h neuze ho pije kavet anezhań ? — Kavet petra ?… Yann a oa er mare-se o vagań sońjezonoů all. Hogan pa voent degouezhet en ti, e respontas d’e wreg : — Ur skoed em bije lakaet, emezań, hag ouzhpenn zoken. Betek m’em bije gallet teurel. Betek ugent real em bije lakaet, hep kaout mezh na magań brasoni, rak gouzout a rit !… Lan Ofret n’eus ket deut gantań un disterań d’an tantad, hag evelato ni hon eus lezet ludu an tantad da vont gantań. Ul ludu santel aet gant un den fallakr. Me ’gred hon eus ni graet henozh ur pec’hed bras. — Marteze a-walc’h, eme e wreg goude ur pennad. Hag e chomjont dilavar. Gouel sant Yann a oa degouezhet d’ar sadorn. An deiz war-lerc’h, Yann Arc’hant a savas mintin-mat evit mont d’an oferenn gentań. Abredik zoken e oa savet ; ne oa ket sonet c’hoazh ar son gentań, hag a-boan ma tarzhe a-dre skourroů ar gwez skleur dister an deiz o tihuniń. — Pet eur eo, Yann ? N’eo ket sonet ar son gentań evit an oferenn vintin ; pa n’eus ket loened da voueta, n’emań ket c’hoazh mare sevel. Yann a savas evelato hag a gerzhas er-maez, evit aveliń e benn, emezań. Ezhomm en doa aveliń e benn, rak ne oa ket bet evit kousket berad e-pad an noz, rak pa serre ul lagad hag e klaske en em rentań da gousket, e veze dihunet kerkent gant mouezh ur paotrig oc’h embann diwar e wezenn ludu an tantad. Ha goude embann al ludu, e kleve, e noz e gousk, an hevelep mouezh o hopal war-lerc’h al laer. Yann a ziskennas betek an atredoů. Tennań ’reas diwar ar bern ludu an taolennoů mein glas, hag e taolas en e douez loustoni ha moc’haj. D’an oferenn-bred, Lan Ofret a daolas e bezh dek lur e plad an Anaon gant kement a drouz hag a lavaras ken herr : « Evit ludu Sant Yann ! » ma voe kavet an doare difeson gant an holl. Ur vaouez kozh, en ur zistreiń d’ar gęr, a c’hrozmolas etre he c’harvedoů dizantet : — Kement a vrasoni ne zougo ket chańs dezhań. Ha ral a wech e vez ar gaou e genou ar re gozh. Ur mintinvezh, Lan Ofret a demzas gant ludu santel an tantad, liorzhig ar bantenn ken treut an douar anezhi hag hini ur waremm lann. En ur zont d’ar gęr, e sac’h goullo gantań war e skoaz, en em gavas gant Channig Vihan, hag e lavaras dezhi gant goaperezh : — Gwelet e vo hag eń e talvez ludu an tantad muioc’hik eget al luduoů all. Liorzhig ar bantenn am eus luduet gantań, ha spi em eus e vo ennań, er bloaz a zeu, louzeier druz da vreinań. Channig Vihan a respontas gant fae : — Ma ne dalvez ket al ludu da unan, da unan all an dije talvezet ; ma vez prenet gant arc’hant ludu un tantad, ar grasoů a vez da heul ne vezont ket, avat. — An holl luduoů a zo temzoů eus ar re wellań, hag an hevelep grasoů a vez atav d’o heul, a farsellas Alan. — A ! N’eo ket gwir, eme Channig, prim ha dillo. Dreist kement ludu emań hini an tantad. Mirout a ra ouzh ar grizilh, ouzh ar rev gwenn, ouzh ar skorn, pa vez bet prenet gant ur c’hristen mat. Lan a zirollas da c’hoarzhin. — Ar wirionez a zo ganin, emezi ; hag ho ludu, ma n’eo ket bet prenet a galon vat, a vo devet gantań ho park, evel ma eo bet devet ho troad gant tan an tantad. Ehan a reas ar pennhęr da c’hoarzhin. Droug a c’houzańve en e dreid entanet, hogan ne gare ket sońjal penaos e oa c’hoarvezet. Channig a gendalc’he : — Bremań oc’h kamm, devet ho taou droad. C’hwi ’lavar oc’h chomet berr, aet ho treid a-dreuz, pa lammec’h dreist an tantad, ha me ’lavar deoc’h oc’h bet bountet e-kreiz an tan gant nerzh an diaoul a-berzh sant Yann. Ha Chann, fuloret, kuit gant he hent. Lan Ofret a bignas war-du e di, goustad, rak abaoe m’en doa klevet Channig, e votoů a rae muioc’h a zroug dezhań. Entanet e oa e dreid, ha santout a rae edont war-nes kloc’horenniń, hag e sońje : — Bountet en tan gant an diaoul a-berzh ar sant !…... Hag eń en doa prenet ul ludu ha ne oa ket dezhań, pa n’en doa ket degaset ur vleńchenn d’an tantad… Prenań al ludu a oa bet laerezh, ha kaer en doa sońjal en doa taolet dek lur e plad an Anaon, e kleve en e askre rebechoů : — Al ludu n’eo ket dit ! Ne oa ket dit evit ur gwennegad !… Ludu laeret ne dalvezo ket dezhań sur a-walc’h, evel ma lavare Channig Vihan… Ma ne vije ket bet strewet war e bark, en dije douget anezhań en-dro e-kreiz al leur, ha d’an neb a garfe da zont d’e gerc’hat. Ha Lan a sante morc’hed en e goustiańs ken gwazh hag ar c’hwitozennoů en e dreid, a lakae anezhań da vont a-dreuz gant e hent, evel un den mezv. An deiz war-lerc’h, ne voe ket Lan evit bale ; neuze e kredas ar pezh he doa lavaret dezhań Channig Vihan p’edo o tont eus ludua e bark : — Bountet oc’h bet e-barzh an tan gant an diaoul a-berzh sant Yann. Kloc’horennoů leun a zour .. .. .. .. .. .. .. Ar pennhęr… a bedas sant Yann, hag a reas ul le. Nebeut goude e oa pare. Krediń a rae dezhań e oa bet pardonet. Hogan, ur wech, en ur ober un droiad en e barkeier, ez eas da welout al louzeier en doa hadet en dachenn luduet. Ne oa diwanet louzaouenn ebet, hag, a dakadoů, e oa devet an douar. Devet evel ma oa bet devet e zaou droad. E takadoů all, e oa diwanet stank alc’houenan hag askol. Gwall-nec’het e chomas ar pennhęr pinvidik dirak e bark milliget. Pa oa bet devet e dreid en doa graet ul le, ha nebeut goude e voe pare. Setu ma reas ul le all da Sant Yann, ken dezhań tennań e vallozh diwar e bark. Ar bloaz war-ler-c’h, pa zeue Yann Arc’hant d’an tantad gant e zuilhad bleńchoů hag e votez kozh, an tan o vogediń diouti, e verzas e oa ar bern uheloc’h eget warlene. Kompren a reas, hep goulenn, perak e oa, ar bloaz-se, uheloc’h ar wrac’hell eget kustum, pa welas Lan Ofret, ur glin war an douar, a-raok ma oa zoken enaouet an tan. Lan Ofret en doa graet div dro evit degas div lodenn : hini ar bloaz hag hini warlene, ha bezań evel-se leal d’e le. Leal e voe ivez d’an eil le en doa graet, rak pa voe an tantad o vervel, Lan Ofret, hep mezh, a bignas e-unan er wezenn, hervez m’ en doa touet, evit an embann. Ha setu ma ne daolas ket, an noz-se, war brizioů an nesań ha ma lezas al ludu da vont gant Channig Vihan evit c’hwec’h real ha daou. Hogen ar c’hwec’h real ha daou a oa bet embannet ken herr en noz didrouz, ma oant bet klevet betek chapel Itron Varia a Gerluan, hag an deiz war-lerc’h, o tremen dre ar park bet luduet warlene gant ludu an tantad ha bet milliget, e welas gant levenez e oa kempenn an douar anezhań hag e tiwane ennań al louzeier hadet drusoc’h eget a-raok. Neuze pennhęr Kerunkun en em gavas skańv en e gorf, hag en em santas adarre e stad a c’hras.