LEVR KENTAÑ MOIZEZ galvet AR C'HENELIEZH Pennad 1 Ar grouidigezh 1 Er penn-kentañ, Doue a grouas an neñvoù hag an douar. 2 An douar a oa deuet dizoare ha goullo, an deñvalijenn a oa war c'horre an donder, ha Spered Doue a fiñve dreist an doureier. 3 Doue a lavaras : Ra vo ar sklêrijenn. Hag ar sklêrijenn a voe. 4 Doue a welas e oa mat ar sklêrijenn, ha Doue a zispartias ar sklêrijenn diouzh an deñvalijenn. 5 Doue a c'halvas ar sklêrijenn deiz, hag an deñvalijenn noz. Hag un abardaez, hag ur beure, a voe an deiz kentañ. 6 Doue a lavaras : Ra vo un astennidigezh etre an doureier, ma tispartio an doureier diouzh an doureier. 7 Doue a reas an astennidigezh hag a zispartias an doureier a zo dindan an astennidigezh diouzh ar re a zo dreist an astennidigezh. Hag evel-se e voe. 8 Doue a c'halvas an astennidigezh neñvoù. Hag un abardaez, hag ur beure, a voe an eil deiz. 9 Doue a lavaras : Ra en em zastumo an doureier a zo dindan an neñvoù en ul lec'h hepken, ma en em ziskouezo ar sec'h. Hag evel-se e voe. 10 Doue a c'halvas ar sec'h douar, ha dastumadeg an doureier morioù. Doue a welas e oa mat kement-se. 11 Doue a lavaras : Ra broduo an douar glasvez, geot o tougen had, gwez-frouezh o tougen o frouezh hervez o rumm hag o devo o had enno o-unan war an douar. Hag evel-se e voe. 12 An douar a broduas glasvez, geot o tougen o had hervez o rumm, gwez o tougen frouezh hag o doa o had enno o-unan hervez o rumm. Doue a welas e oa mat kement-se. 13 Hag un abardaez, hag ur beure, a voe an trede deiz. 14 Doue a lavaras : Ra vo goulaouennoù en astennidigezh an neñvoù evit dispartiañ an deiz diouzh an noz; ra vint sinoù evit an amzerioù, evit an deizioù hag evit ar bloavezhioù; 15 ra vint goulaouennoù en astennidigezh an neñvoù evit sklêrijennañ an douar. Hag evel-se e voe. 16 Doue a reas an div c'houlaouenn vras : ar c'houlaouenn vrasañ evit ren war an deiz, hag ar c'houlaouenn vihanañ evit ren war an noz. Ober a reas ivez ar stered. 17 Doue a lakaas anezho en astennidigezh an neñvoù evit sklêrijennañ an douar, 18 evit ren war an deiz ha war an noz, hag evit dispartiañ ar sklêrijenn diouzh an deñvalijenn. Doue a welas e oa mat kement-se. 19 Hag un abardaez, hag ur beure, a voe ar pevare deiz. 20 Doue a lavaras : Ra broduo an doureier boudoù bev a-fonn, ha ra nijo laboused a-us d'an douar war-zu astennidigezh an neñvoù. 21 Doue a grouas ar pesked bras hag an holl voudoù bev a fiñv a broduas an doureier gant fonnder hervez o rumm, ha pep labous askellek hervez e rumm. Doue a welas e oa mat kement-se. 22 Doue o bennigas, o lavarout : Bezit frouezhus, kreskit ha leugnit doureier ar morioù, ha ra gresko al laboused war an douar. 23 Hag un abardaez, hag ur beure, a voe ar pempvet deiz. 24 Doue a lavaras : Ra broduo an douar boudoù bev hervez o rumm, chatal, stlejviled hag anevaled douarek hervez o rumm. Hag evel-se e voe. 25 Doue a reas anevaled an douar hervez o rumm, ar chatal hervez e rumm hag holl stlejviled an douar hervez o rumm. Doue a welas e oa mat kement-se. 26 Doue a lavaras : Greomp an den en hor skeudenn, hervez hon heñveledigezh, ha ra reno war besked ar mor, war laboused an neñvoù, war ar chatal, war an douar holl ha war an holl stlejviled a ruz war an douar. 27 Doue a grouas an den en e skeudenn, e grouiñ a reas e skeudenn Doue; o c'hrouiñ a reas gwaz ha maouez. 28 Doue o bennigas ha Doue a lavaras dezho : Bezit frouezhus, kreskit, leugnit an douar ha mestrognit anezhañ, renit war besked ar mor, war laboused an neñvoù ha war gement aneval a fiñv war an douar. 29 Ha Doue a lavaras : Setu, roet em eus deoc'h pep geotenn o tougen had a zo war c'horre an douar holl, ha pep gwezenn he deus enni frouezh gwezenn o tougen had : kement-se a vo ho poued. 30 Da holl loened an douar, da holl laboused an neñvoù, da gement a fiñv war an douar hag en deus ennañ un ene bev, em eus roet pep geotenn c'hlas evit boued. Hag evel-se e voe. 31 Doue a welas kement en doa graet ha setu, e oa mat-meurbet. Hag un abardaez, hag ur beure, a voe ar c'hwec'hvet deiz. Pennad 2 1 Evel-se e voe echuet an neñvoù hag an douar, hag o holl arme. 2 Er seizhvet deiz, Doue en doa echuet e holl labour en doa graet, hag e tiskuizhas er seizhvet deiz eus e holl labour en doa graet. 3 Doue a vennigas ar seizhvet deiz hag en santelaas, abalamour ma tiskuizhas ennañ eus e holl labour en doa Doue krouet ha graet. 4 Setu ginivelezhioù an neñvoù hag an douar pa voent krouet, en deiz ma reas an AOTROU Doue an douar hag an neñvoù. 5 Plantenn ebet eus ar parkeier ne oa c'hoazh war an douar ha geotenn ebet eus ar parkeier ne ziwane c'hoazh, rak an AOTROU Doue n'en doa ket lakaet ar glav da gouezhañ war an douar ha ne oa den ebet da labourat an douar, 6 met ur vrumenn a savas eus an douar hag a zouraas holl c'horre an douar. 7 Neuze an AOTROU Doue a stummas an den eus poultrenn an douar hag a c'hwezhas en e zivfron ur c'hwezhadenn a vuhez. Hag an den a zeuas da vezañ un ene bev. 8 Neuze an AOTROU Doue a blantas ul liorzh en Eden, diouzh kostez ar sav-heol, hag e lakaas enni an den en doa graet. 9 An AOTROU Doue a lakaas da ziwanañ eus an douar pep seurt gwez dudius d'ar gweled ha mat da zebriñ, hag ar wezenn a vuhez e-kreiz al liorzh, ha gwezenn anaoudegezh ar mad hag an droug. 10 Ur stêr a zeue er-maez eus Eden da zourañ al liorzh, hag ac'hane en em lodenne hag e rae peder brec'h. 11 Anv ar gentañ stêr eo Pishon; hounnezh eo an hini a ra tro holl vro Havila, e-lec'h ma ez eus aour. 12 Aour ar vro-se a zo mat, eno e vez kavet ar bdeliom hag ar maen-oniks. 13 Anv an eil stêr eo Gihon; hounnezh eo an hini a ra tro holl vro Gush. 14 Anv an deirvet stêr eo Hiddekel; hounnezh eo an hini a red e sav-heol Asiria. Ar bedervet stêr eo an Eufratez. 15 An AOTROU Doue a gemeras an den hag a lakaas anezhañ e liorzh Eden d'he labourat ha d'he diwall. 16 An AOTROU Doue a roas d'an den ar gourc'hemenn-mañ, o lavarout : Eus holl wez al liorzh e c'helli debriñ gant frankiz, 17 met, eus gwezenn anaoudegezh ar mad hag an droug ne c'helli ket debriñ diouti, rak an deiz ma tebri diouti e varvi a-dra-sur. 18 An AOTROU Doue a lavaras : N'eo ket mat e vefe an den e-unan, ober a rin dezhañ ur skoazell heñvel outañ. 19 An AOTROU Doue a reas eus an douar holl anevaled ar parkeier hag holl laboused an neñvoù, hag e lakaas anezho da zont etrezek Adam evit gwelout penaos ec'h anvje anezho ha ma vije anv pep boud bev an anv a roje Adam dezhañ. 20 Adam a roas anvioù d'an holl chatal, da laboused an neñvoù ha da holl anevaled ar parkeier; met evit an den, ne gavas skoazell ebet heñvel outañ. 21 Neuze an AOTROU Doue a lakaas ur morgousk bras war Adam, hag e kouskas. Kemer a reas unan eus e gostezennoù hag e stardas ar c'hig en he lec'h. 22 An AOTROU Doue a reas ur vaouez digant ar gostezenn en doa kemeret eus Adam, hag he degasas da gavout Adam. 23 Adam a lavaras : Houmañ a zo bremañ askorn eus va eskern ha kig eus va c'hig ! Houmañ a vo anvet denez rak kemeret eo bet eus an den. 24 Dre-se an den a lezo e dad hag e vamm hag en em stago ouzh e wreg, hag e vint ur c'hig hepken. 25 Int a oa o-daou en noazh, an den hag e wreg, ha n'o doa ket mezh. Pennad 3 Kouezhadenn an den 1 An naer a oa an ijinusañ eus holl anevaled ar parkeier en doa an AOTROU Doue graet. Lavarout a reas d'ar wreg : Petra ! Ha lavaret en deus Doue : C'hwi ne zebrot ket eus pep gwezenn a zo el liorzh ? 2 Ar wreg a lavaras d'an naer : Ni a c'hell debriñ frouezh eus gwez al liorzh. 3 Met diwar-benn frouezh ar wezenn a zo e-kreiz al liorzh, Doue en deus lavaret : Ne zebrot ket diouto ha ne stokot ket outo, gant aon na varvfec'h. 4 Neuze an naer a lavaras d'ar wreg : Ne varvot ket, tamm ebet, 5 met Doue a oar penaos e deiz ma tebrot diouto, ho taoulagad a zigoro hag e viot evel doueed, oc'h anavezout ar mad hag an droug. 6 Pa welas ar wreg e oa ar frouezh mat da zebriñ ha plijus d'an daoulagad, ha ma oa prizius evit digeriñ ar skiant, e kemeras eus he frouezh hag e tebras diouto. Reiñ a reas ivez diouto d'he fried a oa ganti, hag hemañ a zebras diouto. 7 O daoulagad a voe digoret hag ec'h anavezjont e oant en noazh. Neuze e wrijont asambles delioù fiez hag en em rejont gourizoù. 8 Klevout a rejont trouz an AOTROU Doue a gerzhe el liorzh en aezhenn an abardaez. Adam hag e wreg en em guzhas a-zirak dremm an AOTROU Doue, e-touez gwez al liorzh. 9 An AOTROU Doue a c'halvas Adam hag a lavaras dezhañ : Pelec'h emaout ? 10 Eñ a respontas : Klevet em eus da vouezh el liorzh hag em eus bet aon, dre ma'z on en noazh, hag ez on en em guzhet 11 An AOTROU Doue a lavaras : Piv en deus lavaret dit e oas en noazh ? Ha debret ec'h eus diouzh ar wezenn em boa urzhiet dit na zebrjes ket ? 12 Adam a respontas : Ar wreg ac'h eus roet evit bezañ ganin eo he deus roet din eus ar wezenn, hag em eus debret diouti. 13 An AOTROU Doue a lavaras d'ar wreg : Perak ec'h eus graet kement-se ? Ar wreg a respontas : An naer he deus touellet ac'hanon ha debret em eus diouti. 14 An AOTROU Doue a lavaras d'an naer : Pa ec'h eus graet kement-se, milliget e vi e-touez an holl chatal hag e-touez holl anevaled ar parkeier, kerzhout a ri war da gof hag e tebri ar boultrenn holl zeizioù da vuhez. 15 Hag e lakain enebiezh etre te hag ar wreg, etre da lignez hag he lignez : houmañ a friko dit da benn, ha te he flemmo en he seul. 16 Lavarout a reas d'ar wreg : Kreskiñ a rin kalz da boan ha da vrazezded, genel a ri bugale gant poan, da c'hoantoù a zroio etrezek da ozhac'h hag eñ a reno warnout. 17 Lavarout a reas da Adam : Pa ec'h eus sentet ouzh mouezh da wreg ha pa ec'h eus debret eus ar wezenn em boa roet dit an urzh-mañ diwar he fenn : Ne zebri ket diouti ! e vo an douar milliget abalamour dit. Debriñ a ri e frouezh gant poan e-pad holl zeizioù da vuhez, 18 hag e produo dit spern hag askol, hag e tebri geot ar parkeier. 19 Debriñ a ri bara dre c'hwezenn da zremm betek ma tistroi en douar ma'z out bet kemeret anezhañ, rak poultr out hag e tistroi er poultr. 20 Adam a anvas e wreg Eva (= buhez), o vezañ ma'z eo bet mamm an holl re vev. 21 An AOTROU Doue a reas da Adam ha d'e wreg saeoù kroc'hen hag o gwiskas ganto. 22 An AOTROU Doue a lavaras : Setu an den a zo deuet evel unan ac'hanomp evit anaoudegezh ar mad hag an droug. Ha bremañ eveshaomp na astennfe e zorn, na gemerfe eus ar wezenn a vuhez, na zebrfe diouti ha na vevfe da viken. 23 An AOTROU Doue a gasas anezhañ er-maez eus liorzh Eden, da labourat an douar a oa bet tennet dioutañ. 24 Kas eta a reas an den kuit, hag e lakaas e sav-heol liorzh Eden ar cherubined, gantañ ur c'hleze flammus o treiñ a bep tu, evit diwall hent ar wezenn a vuhez. Pennad 4 Kain hag Abel 1 Adam a anavezas Eva e wreg. Houmañ a zeuas brazez hag a c'hanas Kain, hag e lavaras : Un den am eus bet gant sikour an AOTROU. 2 Genel a reas c'hoazh e vreur Abel. Abel a voe mesaer ha Kain a voe labourer. 3 A-benn un nebeud amzer, Kain a ginnigas frouezh eus an douar e prof d'an AOTROU, 4 hag Abel a ginnigas ivez eus ar re gentañ-ganet eus e dropell hag eus o lard. An AOTROU en doe evezh ouzh Abel hag ouzh e brof, 5 met ne reas van ebet eus Kain nag eus e brof. Kain a voe gwall fuloret, hag e zremm a voe goeñvet. 6 Hag an AOTROU a lavaras da Gain : Perak out fuloret, perak eo da zremm goeñvet ? 7 Ma rez mat, ha ne adsavi ket ? Met ma ne rez ket mat, ar pec'hed a zo gourvezet ouzh an nor, hag e c'hoant a zo troet war-zu ennout. Ret eo dit ren warnañ. 8 Ha Kain a gomzas da Abel e vreur. Evel ma oant er parkeier, Kain en em savas a-enep Abel e vreur hag en lazhas. 9 An AOTROU a lavaras da Gain : Pelec'h emañ Abel da vreur ? Hemañ a respontas : N'ouzon ket, ha bez' on-me diwaller va breur ? 10 Hag e lavaras : Petra ac'h eus graet ? Mouezh gwad da vreur a gri eus an douar betek ennon. 11 Bremañ e vi milliget gant an douar en deus digoret e c'henou evit degemer eus da zorn gwad da vreur. 12 Pa labouri an douar, ne roio ken dit e frouezh. Ur c'hantreer hag un tec'her e vi war an douar. 13 Kain a lavaras d'an AOTROU : Va foan a zo re vras evit bezañ douget. 14 Setu, ec'h eus va argaset hiziv eus an douar-mañ hag e vin kuzhet pell diouzh da zremm. Bez' e vin ur c'hantreer hag un tec'her war an douar, hag en em gavo penaos piv bennak am c'havo am lazho. 15 An AOTROU a lavaras dezhañ : Mar lazh unan bennak Kain, Kain a vo veñjet seizh gwech. Hag an AOTROU a lakaas ur merk war Gain abalamour ma kavje piv bennak anezhañ n'en lazhje ket. 16 Neuze Kain a yeas kuit a-zirak an AOTROU hag a chomas e bro Nod, e sav-heol Eden. 17 Kain a anavezas e wreg. Houmañ a goñsevas hag a c'hanas Enok. Hag e savas ur gêr a c'halvas Enok, eus anv e vab. 18 Enok a voe tad da Irad, Irad a voe tad da Vehujael, Mehujael a voe tad da Vetushael, Metushael a voe tad da Lemek. 19 Lemek a gemeras div wreg : anv unan a oa Ada, anv eben Zilha. 20 Ada a c'hanas Jabal. Tad e voe d'ar re a chom en teltennoù hag e-kichen an tropelloù. 21 Anv e vreur a oa Jubal. Tad e voe d'ar re holl a c'hoari eus an delenn hag an ograoù. 22 Zilha ivez a c'hanas Tubalkain, an hini a vorzholie pep seurt binvioù lemm a arem hag a houarn. C'hoar Tubalkain a voe Naama. 23 Lemek a lavaras d'e wragez : Ada ha Zilha, selaouit va mouezh gwragez Lemek, roit skouarn da'm c'homz : Ya, lazhet em eus un den evit va gloazadenn hag un den yaouank evit va bronduenn. 24 Rak mar d-eo veñjet Kain seizh gwech, Lemek a vo seitek gwech ha tri ugent. 25 Adam a anavezas c'hoazh e wreg. Houmañ a c'hanas ur mab hag a c'halvas anezhañ Sed, rak Doue, emezi, en deus roet din ur mab all e-lec'h Abel a zo bet lazhet gant Kain. 26 Sed a voe tad ivez d'ur mab hag a c'halvas anezhañ Enosh. Neuze eo en em lakaed da c'hervel anv an AOTROU. Pennad 5 Diskennidi Adam 1 Setu amañ levr lignez Adam. E deiz ma krouas Doue an den, ober a reas anezhañ en heñveledigezh Doue. 2 Krouiñ a reas anezho den ha denez, bennigañ a reas anezho hag e roas dezho an anv a Adam e deiz ma voent krouet. 3 Adam a vevas kant ha tregont vloaz hag a voe tad da ur mab en e heñveledigezh, hervez e skeudenn, hag e roas dezhañ an anv a Sed. 4 Deizioù Adam, goude ganedigezh Sed, a voe eizh kant vloaz, hag a voe tad da vibien ha da verc'hed. 5 An holl amzer ma vevas Adam a voe eta nav c'hant ha tregont vloaz, neuze e varvas. 6 Sed a vevas kant pemp bloaz hag a voe tad da Enosh. 7 Sed, goude ma voe bet tad da Enosh, a vevas eizh kant seizh vloaz, hag a voe tad da vibien ha da verc'hed. 8 An holl amzer ma vevas Sed a voe eta nav c'hant daouzek vloaz, neuze e varvas. 9 Enosh a vevas dek vloaz ha pevar-ugent hag a voe tad da Genan. 10 Enosh, goude ma voe bet tad da Genan, a vevas eizh kant pemzek vloaz, hag a voe tad da vibien ha da verc'hed. 11 An holl amzer ma vevas Enosh a voe eta nav c'hant pemp bloaz, neuze e varvas. 12 Kenan a vevas dek vloaz ha tri-ugent hag a voe tad da Vahalaleel. 13 Kenan, goude ma voe bet tad da Vahalaleel, a vevas eizh kant ha daou-ugent vloaz, hag a voe tad da vibien ha da verc'hed. 14 An holl amzer ma vevas Kenan a voe eta nav c'hant dek vloaz, neuze e varvas. 15 Mahalaleel a vevas pemp bloaz ha tri-ugent hag a voe tad da Jered. 16 Mahalaleel, goude ma voe bet tad da Jered, a vevas eizh kant ha tregont vloaz, hag a voe tad da vibien ha da verc'hed. 17 An holl amzer ma vevas Mahalaleel a voe eta eizh kant pemzek vloaz ha pevar-ugent, neuze e varvas. 18 Jered a vevas kant daou vloaz ha tri-ugent hag a voe tad da Enok. 19 Jered, goude ma voe bet tad da Enok, a vevas eizh kant vloaz, hag a voe tad da vibien ha da verc'hed. 20 An holl amzer ma vevas Jered a voe eta nav c'hant daou vloaz ha tri-ugent, neuze e varvas. 21 Enok a vevas pemp bloaz ha tri-ugent hag a voe tad da Vetushela. 22 Enok a gerzhas gant Doue e-pad tri c'hant vloaz goude ma voe bet tad da Vetushela, hag a voe tad da vibien ha da verc'hed. 23 An holl amzer ma vevas Enok a voe eta tri c'hant pemp bloaz ha tri-ugent. 24 Enok a gerzhas eta gant Doue, ha ne voe gwelet mui rak Doue a gemeras anezhañ. 25 Metushela a vevas kant seizh vloaz ha pevar-ugent hag a voe tad da Lemek. 26 Metushela, goude ma voe bet tad da Lemek, a vevas seizh kant daou vloaz ha pevar-ugent, hag a voe tad da vibien ha da verc'hed. 27 An holl amzer ma vevas Metushela a voe eta nav c'hant nav bloaz ha tri-ugent, neuze e varvas. 28 Lemek a vevas kant daou vloaz ha pevar-ugent hag a voe tad da ur mab. 29 Gervel a reas anezhañ Noe, en ur lavarout : Hemañ hon dic'hlac'haro eus hol labour hag eus ar boan a ro d'hon daouarn an douar en deus an AOTROU milliget. 30 Lemek, goude ma voe bet tad da Noe, a vevas pemp kant pemzek vloaz ha pevar-ugent, hag a voe tad da vibien ha da verc'hed. 31 An holl amzer ma vevas Lemek a voe eta seizh kant seitek vloaz ha tri-ugent, neuze e varvas. 32 Noe a vevas pemp kant vloaz hag a voe tad da Sem, da Cham ha da Jafed. Pennad 6 Arc'h Noe 1 Pa voe deuet an dud da greskiñ war c'horre an douar, ha ma voe ganet merc'hed dezho, 2 mibien Doue, o welout penaos e oa koant merc'hed an dud, a gemeras gwragez a-douez ar re holl a blije dezho. 3 An AOTROU a lavaras : Va Spered ne stourmo ket da viken gant an den rak n'eo nemet kig; e zeizioù a vo kant ugent vloaz. 4 Ramzed a oa war an douar en amzer-se, hag ivez diwezhatoc'h, goude ma voe aet mibien Doue etrezek merc'hed an dud hag o devoe roet dezho bugale. Ar re-se eo harozed brudet an amzer gozh. 5 An AOTROU a welas penaos drougiezh an den a oa bras war an douar ha penaos kement tra ijinet gant soñjoù e galon ne oa nemet fall e pep amzer. 6 An AOTROU en doe keuz da vezañ graet an den war an douar, hag e voe glac'haret a gement-se en e galon. 7 An AOTROU a lavaras : Lemel a rin diwar c'horre an douar an den am eus krouet, adalek an den betek ar chatal, betek ar stlejviled ha betek laboused an neñvoù, rak keuz am eus da vezañ graet anezho. 8 Met Noe a gavas trugarez dirak daoulagad an AOTROU. 9 Setu amañ lignez Noe : Noe a voe un den reizh hag eeun en e amzer, Noe a gerzhas gant Doue. 10 Noe a voe tad da dri mab : Sem, Cham ha Jafed. 11 An douar a oa saotret dirak Doue, an douar a oa leun a fallagriezh. 12 Doue a sellas ouzh an douar ha setu, e oa saotret, rak pep kig en doa saotret e hent war an douar. 13 Doue a lavaras da Noe : Diwezh pep kig a zo deuet dirazon, rak an douar a zo leun a fallagriezh drezo. Setu, ez an d'o distrujañ gant an douar. 14 Gra dit un arc'h gant koad gofer; ober a ri lojelloù enni, hag e lifri anezhi gant peg-du en diabarzh hag en diavaez. 15 Setu amañ penaos e ri anezhi : Hirder an arc'h a vo tri c'hant ilinad (~ 150 m), he ledander hanter-kant ilinad (~ 25 m), hec'h uhelder tregont ilinad (~ 15 m). 16 Ober a ri ur prenestr d'an arc'h hag ec'h echui anezhañ dre un ilinad (~ 50 cm) ouzh krec'h. Lakaat a ri dor an arc'h war he c'hostez. Ober a ri anezhi gant un estaj izel, un eilvet hag un trede. 17 Ha me, setu, a ya da zegas al liñvadenn-veur war an douar, evit distrujañ kement kig en deus c'hwezhadenn a vuhez dindan an neñvoù. Kement a zo war an douar a varvo. 18 Met lakaat a rin va emglev ganit. Mont a ri en arc'h, te, da vibien, da wreg ha gwragez da vibien ganit. 19 Eus kement a vev a-douez pep kig, lakaat a ri da vont en arc'h daou a bep rumm evit o mirout bev ganit : par ha parez e vint. 20 Laboused hervez o rumm, chatal hervez e rumm, holl stlejviled an douar hervez o rumm, daou eus pep rumm a zeuio davedout evit m'o miri bev. 21 Te, kemer ganit eus kement boued a vez debret, gra evel-se ur bourvezañs evidout, evit ma servijo kement-se da voued dit kenkoulz ha dezho. 22 Noe a reas kement-se, pep tra en doa Doue gourc'hemennet dezhañ. Pennad 7 Al liñvadenn-veur 1 An AOTROU a lavaras da Noe : Kae e-barzh an arc'h gant da holl diegezh, rak da welet em eus reizh dirazon er rummad-mañ. 2 Kemer a ri ganit eus an holl loened c'hlan seizh koublad a bep rumm, ar par hag e barez, hag eus al loened n'int ket glan, daou, ar par hag e barez. 3 Kemer a ri ivez eus laboused an neñvoù seizh koublad, par ha parez, evit mirout o gouenn war c'horre an douar holl. 4 Rak a-benn seizh deiz, e lakain ar glav da gouezhañ war an douar e-pad daou-ugent devezh ha daou-ugent nozvezh, hag e lamin a-ziwar c'horre an douar an holl draoù bev am eus graet. 5 Noe a reas kement en doa an AOTROU gourc'hemennet dezhañ. 6 Noe a oa oadet a c'hwec'h kant vloaz pa voe al liñvadenn-veur ha ma teuas an doureier war an douar. 7 Noe a yeas e-barzh an arc'h gant e vibien, e wreg ha gwragez e vibien, abalamour da zoureier al liñvadenn. 8 Loened c'hlan ha loened n'int ket glan, laboused hag eus kement a ruz war an douar, 9 daou ha daou, par ha parez, a yeas etrezek Noe en arc'h, evel m'en doa Doue gourc'hemennet da Noe. 10 Hag e c'hoarvezas, a-benn ar seizh devezh, ma voe doureier al liñvadenn war an douar. 11 Er bloavezh c'hwec'h kant eus buhez Noe, en eilvet miz, er seitekvet deiz eus ar miz, en deiz-se, mammennoù an donder bras a strinkas ha stouvelloù an neñvoù a zigoras. 12 Ar glav a gouezhas war an douar e-pad daou-ugent devezh ha daou-ugent nozvezh. 13 En hevelep deiz-mañ, Noe, Sem, Cham ha Jafed, mibien Noe, gwreg Noe ha teir gwreg e vibien ganto, a yeas e-barzh an arc'h, 14 int, hag an holl loened hervez o rumm, an holl chatal hervez e rumm, an holl stlejviled a ruz war an douar hervez o rumm, an holl laboused hervez o rumm, pep labous bihan, kement en deus divaskell. 15 Mont a rejont eta etrezek Noe e-barzh an arc'h, daou ha daou, eus kement kig en doa c'hwezhadenn a vuhez. 16 Ar re a zeuas a oa par ha parez, a bep kig, evel ma en doa Doue gourc'hemennet dezhañ. Hag an AOTROU a serras an arc'h warnañ. 17 Al liñvadenn a voe daou-ugent devezh war an douar. An doureier a greskas, a c'horrojont an arc'h, hag an arc'h a savas a-us d'an douar. 18 An doureier a vrasaas hag a greskas kalz war an douar, hag an arc'h a neuñvas war c'horre an doureier. 19 An doureier a vrasaas meurbet war an douar, an holl venezioù uhel a zo dindan an neñvoù a voe goloet. 20 An doureier en em savas pemzek ilinad (~ 7.5 m) a-us dezho hag ar menezioù a voe goloet. 21 Pep kig en em fiñve war an douar a varvas, kenkoulz al laboused evel ar chatal, al loened hag an holl stlejviled a ruze war an douar, hag an holl dud. 22 Kement en doa ur c'hwezhadenn a vuhez en e fronoù ha kement a oa war an douar kalet a varvas. 23 An holl draoù bev a oa war c'horre an douar a voe distrujet, adalek an dud betek al loened, betek ar stlejviled ha betek laboused an neñvoù, hag e voent distrujet a-ziwar c'horre an douar. Ne vanas nemet Noe hag ar pezh a oa gantañ en arc'h. 24 An doureier a oa bras war an douar e-pad kant hag hanter-kant devezh. Pennad 8 Diwezh al liñvadenn-veur 1 Doue a zeuas memor dezhañ eus Noe hag eus an holl loened hag eus an holl chatal a oa gantañ en arc'h. Doue a lakaas da dremen un avel war an douar hag an doureier a sioulaas. 2 Mammennoù an donder ha stouvelloù an neñvoù en em stankas, hag ar glav a voe dalc'het en neñvoù. 3 An doureier en em dennas a-ziwar c'horre an douar, en em denn a rejont, an doureier a vihanaas a-benn kant hag hanter-kant devezh. 4 D'ar seizhvet miz, d'ar seitekvet devezh eus ar miz, an arc'h a ehanas war Venezioù Ararad. 5 An doureier a yeas en ur vihanaat betek an dekvet miz. D'an dekvet miz, d'ar c'hentañ eus ar miz, pennoù ar menezioù en em ziskouezas. 6 A-benn daou-ugent devezh, e c'hoarvezas ma tigoras Noe ar prenestr en doa graet en arc'h. 7 Leuskel a reas ar vran, a yeas o vont hag o tont betek ma voe disec'het an doureier a-ziwar an douar. 8 Neuze e laoskas ar goulm digantañ, evit gwelout hag-eñ e oa bihanaet kalz an doureier a-ziwar c'horre an douar. 9 Met ar goulm ne gavas ket ul lec'h da lakaat seul he zroad, hag e tistroas d'e gavout en arc'h rak dour a oa war c'horre an douar. Noe a astennas e zorn, he c'hemeras hag he zegasas d'e gavout en arc'h. 10 Gortoz a reas c'hoazh seizh devezh all, neuze e laoskas a-nevez ar goulm er-maez eus an arc'h. 11 Ar goulm a zistroas d'e gavout war-dro an abardaez ha setu, e oa ganti un delienn olivezenn fresk en he beg. Noe a gomprenas penaos an doureier o doa gwall vihanaet war an douar. 12 Gortoz a reas c'hoazh seizh devezh all, neuze e laoskas ar goulm met ne zistroas ken d'e gavout. 13 Hag e c'hoarvezas er bloaz c'hwec'h kant unan a vuhez Noe, d'ar c'hentañ miz, d'ar c'hentañ deiz eus ar miz, ma oa an doureier disec'het a-ziwar an douar. Noe a lamas golo an arc'h hag a sellas : setu, gorre an douar a oa sec'het. 14 D'an eilvet miz, d'ar seizhvet warn-ugent eus ar miz, an douar a voe sec'h. 15 Neuze Doue a gomzas da Noe, o lavarout : 16 Deus er-maez eus an arc'h, te, da wreg, da vibien ha gwragez da vibien ganit. 17 Laka da zont er-maez an holl loened a zo ganit, a bep kig, kenkoulz al laboused, evel ar chatal hag an holl stlejviled a ruz war an douar, ha ra builhint war an douar, ra vint frouezhus ha ra greskint war an douar. 18 Noe a zeuas er-maez gant e vibien, e wreg ha gwragez e vibien. 19 An holl loened, an holl stlejviled, an holl laboused, kement a ruz war an douar, hervez o rumm, a yeas er-maez eus an arc'h. 20 Noe a savas un aoter d'an AOTROU. Kemer a reas eus pep loen glan hag eus pep labous glan hag e kinnigas loskaberzhoù war an aoter. 21 An AOTROU a santas ur c'hwezh vat hag an AOTROU a lavaras en e galon : Ne villigin ken an douar abalamour d'an den rak natur kalon an den a zo fall adalek e yaouankiz, ne skoin ken kement a vev evel em eus graet. 22 Keit ha ma pado an douar, an haderezh hag an eost, ar yenijenn hag an tommder, an hañv hag ar goañv, an deiz hag an noz n'ehanint ket. Pennad 9 Ar wareg-c'hlav. Mallozh Kanaan 1 Doue a vennigas Noe hag e vibien, hag e lavaras dezho : Bezit frouezhus, kreskit ha leugnit an douar. 2 Aon ha spont dirazoc'h o devo holl loened an douar, holl laboused an neñvoù, kement a fiñv war an douar, hag holl besked ar mor. Lakaet e vint holl etre ho taouarn. 3 Kement a fiñv hag en deus buhez a vo deoc'h evel boued, reiñ a ran kement-se holl evel ar geot glas. 4 Hogen, ne zebrot ket ur c'hig gant e ene, e wad. 5 Hag a-dra-sur me a adc'houlenno ho kwad, hini hoc'h eneoù. E c'houlenn a rin digant pep loen. Me a adc'houlenno ene an den eus dorn an den, eus dorn e vreur. 6 An hini a skuilho gwad an den, dre an den e wad a vo skuilhet, rak Doue en deus graet an den en e skeudenn. 7 C'hwi eta, bezit frouezhus ha kreskit, fonnit war an douar ha kreskit warnañ. 8 Doue a gomzas c'hoazh ouzh Noe hag ouzh e vibien gantañ, o lavarout : 9 Setu, e lakaan va emglev ganeoc'h ha gant ho lignez war ho lerc'h, 10 gant an holl voudoù bev a zo ganeoc'h, kenkoulz al laboused evel ar chatal hag holl loened an douar ganeoc'h, ar re holl a zo deuet er-maez eus an arc'h, holl loened an douar. 11 Lakaat a ran va emglev ganeoc'h : kig ebet ne vo ken distrujet gant doureier al liñvadenn-veur, ha ne vo liñvadenn ebet da zistrujañ an douar. 12 Ha Doue a lavaras : Setu arouez an emglev a lakaan etrezon-me ha c'hwi hag an holl voudoù bev a zo ganeoc'h, evit ar rummadoù da viken : 13 lakaat a ran va gwareg er c'hoabrennoù, hag e servijo da arouez an emglev etrezon-me hag an douar. 14 Hag e c'hoarvezo penaos, pa em bo dastumet koabr war an douar ha ma en em ziskouezo va gwareg er c'hoabrennoù, 15 em bo soñj eus va emglev a zo etrezon-me ha c'hwi ha kement boud bev a bep kig, hag an doureier ne zeuint ken ul liñvadenn evit distrujañ pep kig. 16 Ar wareg a vo eta er c'hoabrennoù, hag e sellin outañ evit kaout soñj eus an emglev peurbadus etre Doue hag an holl voudoù bev a bep kig a zo war an douar. 17 Doue a lavaras da Noe : Houmañ eo arouez an emglev a lakaan etrezon-me ha pep kig a zo war an douar. 18 Mibien Noe a zeuas er-maez eus an arc'h a voe Sem, Cham ha Jafed. Cham a voe tad da Ganaan. 19 Ar re-se eo tri mab Noe; drezo eo e voe poblet an douar holl. 20 Noe en em lakaas da labourat an douar ha da blantañ ur winieg. 21 Evañ a reas gwin, en em vezvas, hag en em zizoloas e-kreiz e deltenn. 22 Cham tad Kanaan, o vezañ gwelet noazhder e dad, a zeuas er-maez da gontañ d'e zaou vreur. 23 Met Sem ha Jafed a gemeras ar vantell, he lakaas o-daou war o divskoaz hag, o vale dre a-dreñv, e c'holojont noazhder o zad. Evel ma oa o dremm distroet, ne weljont ket noazhder o zad. 24 Pa voe Noe dihunet eus e win, oc'h anavezout ar pezh en doa e vab yaouankañ graet dezhañ, 25 e lavaras : Ra vo milliget Kanaan ! Ra vo servijer servijerien e vreudeur ! 26 Goude e lavaras : Ra vo benniget an AOTROU, Doue Sem, ha ra vo Kanaan o servijer ! 27 Ra vo kresket Jafed gant Doue, ra chomo e teltennoù Sem ha ra vo Kanaan o servijer ! 28 Noe a vevas goude al liñvadenn tri c'hant hag hanter-kant vloaz. 29 An holl amzer ma vevas Noe a voe eta nav c'hant hag hanter-kant vloaz, neuze e varvas. Pennad 10 Diskennidi mibien Noe 1 Setu amañ lignez mibien Noe, Sem, Cham ha Jafed. Bet o deus mibien goude al liñvadenn-veur. 2 Mibien Jafed a voe : Gomer, Magog, Madai, Javan, Tubal, Meshek ha Tiraz. 3 Mibien Gomer : Ashkenaz, Rifad ha Togarma. 4 Mibien Javan : Elisha, Tarsiz, Kitim ha Dodanim. 5 Ganto e voe poblet inizi ar broadoù en o douaroù, pep hini hervez e yezh, hervez o ziegezhioù, en o broadoù. 6 Mibien Cham a voe : Kush, Mizraim, Pud ha Kanaan. 7 Mibien Kush : Saba, Havila, Sabta, Raema ha Sabteka. Mibien Raema : Seba ha Dedan. 8 Kush a voe tad da Nimrod, an hini a grogas da vezañ galloudek war an douar. 9 Bez' e voe ur chaseour galloudek dirak an AOTROU, setu perak e lavarer : Evel Nimrod, chaseour galloudek dirak an AOTROU. 10 Deroù e rouantelezh a voe Babel, Erek, Akkad ha Kalne, e Bro Shinear. 11 Eus ar vro-se ez eas en Asiria hag e savas Ninive, Reobod-Ir, Kalak 12 ha Rezen etre Ninive ha Kalak; ar gêr vras eo. 13 Mizraim a voe tad d'al Ludimed, d'an Anamimed, d'al Lehabimed, d'an Naftuhimed, 14 d'ar Batruzimed, d'ar Gasluhimed ma teuas diouto ar Filistined, ha d'ar Gaftorimed. 15 Kanaan a voe tad da Sidon e gentañ-ganet, da Hed, 16 d'ar Jebuziz, d'an Amoreaned, d'ar C'hirgazianed, 17 d'an Hevianed, d'an Arkianed, d'ar Sinianed, 18 d'an Arvadianed, d'ar Zemarianed, d'an Hamatianed. Goude, tiegezhioù ar Gananeiz en em skignas. 19 Harzoù ar Gananeiz a voe adalek Sidon, o tont war-zu Gerar betek Gaza, o tont war-zu Sodom, Gomora, Adma ha Zeboim betek Lesha. 20 Ar re-se eo mibien Cham, hervez o ziegezhioù, hervez o yezhoù, en o douaroù, en o broadoù. 21 Sem, breur da Jafed an hini henañ, a voe tad da vibien ivez, da holl vibien Eber. 22 Mibien Sem a voe : Elam, Ashur, Arpaksad, Lud hag Aram. 23 Mibien Aram : Uz, Hul, Geter ha Mash. 24 Arpaksad a voe tad da Shelak, Shelak a voe tad da Eber. 25 Eber a voe tad da daou vab : anv unan a oa Peleg rak en e amzer e voe lodennet an douar, hag anv e vreur a oa Joktan. 26 Joktan a voe tad da Almodad, Shelef, Hazarmaved, Jerak, 27 Hadoram, Uzal, Dikla, 28 Obal, Abimael, Seba, 29 Ofir, Havila ha Jobab. Ar re-se holl a voe mibien da Joktan. 30 O annez a voe adalek Mesha, o tont war-zu Sefar betek menez ar sav-heol. 31 Ar re-se eo mibien Sem, hervez o ziegezhioù, hervez o yezhoù, en o douaroù, en o broadoù. 32 Ar re-se eo tiegezhioù mibien Noe, hervez o rummadoù, en o broadoù. Diouto e voe deuet broadoù an douar goude al liñvadenn-veur. Pennad 11 Tour Babel 1 An douar holl en doa an hevelep yezh hag an hevelep gerioù. 2 Met c'hoarvezout a reas penaos, o vezañ aet eus tu ar sav-heol, e kavjont ur blaenenn e bro Shinear hag e chomjont eno. 3 Lavarout a rejont an eil d'egile : Deuomp, greomp brikennoù ha poazhomp anezho en tan. Ar brikennoù a zalc'has lec'h dezho a vein, ha ter-douar a bri-raz. 4 Lavarout a rejont : Deuomp, savomp deomp ur gêr hag un tour a vo e benn en neñvoù, ha brudomp hon anv gant aon na vefemp stlabezet war c'horre an douar holl. 5 An AOTROU a ziskennas da welout ar gêr hag an tour o doa savet mibien an dud. 6 Hag an AOTROU a lavaras : Setu ez int ur bobl hepken hag o deus holl an hevelep yezh, ha setu ar pezh a grogjont d'ober. Bremañ netra n'o harzfe d'ober ar pezh o defe soñjet. 7 Deuomp, diskennomp ha kemmeskomp eno o yezh en hevelep doare ma ne glevint ket yezh an eil d'egile. 8 An AOTROU o stlabezas ac'hane war c'horre an douar holl, hag e paouezjont da sevel ar gêr. 9 Dre-se hec'h anv a voe galvet Babel, rak an AOTROU en doa kemmesket eno yezh an douar holl, hag ac'hane an AOTROU o stlabezas war c'horre an douar holl. 10 Setu lignez Sem : Sem a vevas kant vloaz hag a voe tad da Arpaksad, daou vloaz goude al liñvadenn-veur. 11 Sem, goude ma voe bet tad da Arpaksad, a vevas pemp kant vloaz, hag a voe tad da vibien ha da verc'hed. 12 Arpaksad a vevas pemp bloaz ha tregont hag a voe tad da Shelak. 13 Arpaksad, goude ma voe bet tad da Shelak, a vevas pevar c'hant tri bloaz, hag a voe tad da vibien ha da verc'hed. 14 Shelak a vevas tregont vloaz hag a voe tad da Eber. 15 Shelak, goude ma voe bet tad da Eber, a vevas pevar c'hant tri bloaz, hag a voe tad da vibien ha da verc'hed. 16 Eber a vevas pevar bloaz ha tregont hag a voe tad da Beleg. 17 Eber, goude ma voe bet tad da Beleg, a vevas pevar c'hant ha tregont vloaz, hag a voe tad da vibien ha da verc'hed. 18 Peleg a vevas tregont vloaz hag a voe tad da Rehu. 19 Peleg, goude ma voe bet tad da Rehu, a vevas daou c'hant nav vloaz, hag a voe tad da vibien ha da verc'hed. 20 Rehu a vevas daou vloaz ha tregont hag a voe tad da Serug. 21 Rehu, goude ma voe bet tad da Serug, a vevas daou c'hant seizh vloaz, hag a voe tad da vibien ha da verc'hed. 22 Serug a vevas tregont vloaz hag a voe tad da Nakor. 23 Serug, goude ma voe bet tad da Nakor, a vevas daou c'hant vloaz, hag a voe tad da vibien ha da verc'hed. 24 Nakor a vevas nav bloaz warn-ugent hag a voe tad da Derak. 25 Nakor, goude ma voe bet tad da Derak, a vevas kant naontek vloaz, hag a voe tad da vibien ha da verc'hed. 26 Terak a vevas dek vloaz ha tri-ugent hag a voe tad da Abram, Nakor hag Haran. 27 Setu lignez Terak : Terak a voe tad da Abram, Nakor hag Haran. Haran a voe tad da Lot. 28 Haran a varvas dirak Terak e dad, e bro e c'hanedigezh, en Ur ar Galdeiz. 29 Abram ha Nakor a gemeras gwragez. Anv gwreg Abram a oa Sarai, hag anv gwreg Nakor a oa Milka merc'h Haran tad Milka ha tad Jiska. 30 Sarai a oa gaonac'h : n'he doa ket a vugale. 31 Terak a gemeras Abram e vab, Lot mab Haran e vab bihan ha Sarai e verc'h-kaer gwreg Abram e vab, hag ez ejont asambles er-maez eus Ur ar Galdeiz evit mont da vro Ganaan. Dont a rejont betek Charan hag e chomjont eno. 32 An amzer ma vevas Terak a voe eta daou c'hant pemp bloaz, ha Terak a varvas e Charan. Pennad 12 Galvedigezh Abram 1 An AOTROU a lavaras da Abram : Kae er-maez eus da vro, eus da gerentiezh, eus ti da dad, etrezek ar vro a ziskouezin dit. 2 Me a lakaio ac'hanout da zont da vezañ ur vroad vras, me a vennigo ac'hanout, me a rento da anv bras. Hag e vi ur vennozh. 3 Bennigañ a rin ar re a vennigo ac'hanout, ha milligañ a rin ar re a villigo ac'hanout. Hag holl diegezhioù an douar a vo benniget ennout. 4 Abram a yeas evel m'en doa an AOTROU henn lavaret dezhañ, Lot a yeas gantañ. Abram a oa en oad a bemzek vloaz ha tri-ugent pa'z eas kuit eus Charan. 5 Abram a gemeras Sarai e wreg ha Lot mab e vreur, gant an holl vadoù o doa gounezet hag an dud o doa prenet e Charan. Kuitaat a rejont evit mont da vro Ganaan hag ec'h errujont e bro Ganaan. 6 Abram a dreuzas ar vro betek al lec'h anvet Sichem, betek dervenn More. Ar Gananeiz a oa neuze er vro. 7 An AOTROU en em ziskouezas da Abram hag a lavaras : Me a roio ar vro-mañ da'z lignez ! Hag e savas eno un aoter d'an AOTROU a oa en em ziskouezet dezhañ. 8 Tremen a reas ac'hane etrezek ar menez e sav-heol Betel, hag e fichas e deltennoù etre Betel er c'huzh-heol hag Ai er sav-heol. Sevel a reas eno un aoter d'an AOTROU hag e c'halvas anv an AOTROU. 9 Abram a yeas war-zu ar c'hreisteiz o kerzhout a lec'h da lec'h. 10 Bez' e voe un naonegezh er vro hag Abram a ziskennas en Ejipt da chom eno, rak an naonegezh a oa bras er vro. 11 Evel ma oa o vont en Ejipt, e lavaras da Sarai e wreg : Setu, gouzout a ran ez out ur wreg koant 12 hag e c'hoarvezo, p'o devo gwelet an Ejipsianed ac'hanout, ma lavarint : E wreg eo ! Hag e lazhint ac'hanon, met da lezel a raint da vevañ. 13 Lavar, me az ped, penaos out va c'hoar, evit ma vin degemeret mat en abeg dit ha ma em bo va buhez saveteet abalamour dit. 14 Adalek ma en em gavas Abram en Ejipt, an Ejipsianed a welas e oa ar wreg-se koant-meurbet. 15 Priñsed Faraon he gwelas hag he meulas dirak Faraon, hag ar wreg a voe degaset e ti Faraon. 16 Ober a reas vat da Abram abalamour dezhi, hag en doe deñved, ejened hag azened, mevelien ha mitizhien, azenezed ha kañvaled. 17 Met an AOTROU a skoas a c'houlioù bras Faraon hag e diegezh en abeg da Sarai gwreg Abram. 18 Neuze Faraon a c'halvas Abram hag a lavaras dezhañ : Petra ac'h eus graet din ? Perak ne'c'h eus ket disklêriet din e oa da wreg ? 19 Perak ec'h eus lavaret : Va c'hoar eo, en hevelep doare ma em eus he c'hemeret evit gwreg ? Bremañ, setu da wreg, kemer anezhi ha kae kuit ! 20 Ha Faraon a roas urzh d'e dud d'o ren kuit, eñ, e wreg ha kement a oa dezhañ. Pennad 13 Abram ha Lot 1 Abram a bignas eus an Ejipt etrezek ar c'hreisteiz, eñ, e wreg, kement a oa dezhañ ha Lot gantañ. 2 Abram a oa gwall binvidik e tropelloù, en arc'hant hag en aour. 3 Neuze e tistroas dre lec'hioù eus ar c'hreisteiz betek Betel, betek al lec'h ma oa bet e deltenn da gentañ etre Betel hag Ai, 4 el lec'h ma oa an aoter en doa graet diagent. Hag Abram a c'halvas eno anv an AOTROU. 5 Lot a gerzhe gant Abram. Eñ ivez en doa deñved, ejened ha teltennoù. 6 Ar vro ne oa ket bras a-walc'h evit ma chomjent asambles, rak o madoù a oa ken stank ma ne c'helljont ket chom asambles. 7 Un tabut a savas etre mesaerien tropelloù Abram ha mesaerien tropelloù Lot. Ar Gananeiz hag ar Ferezianed a chome neuze er vro. 8 Abram a lavaras da Lot : Ra ne vo ket, me az ped, tabut etre me ha te, nag etre va mesaerien ha da vesaerien, rak ni a zo breudeur. 9 Ha n'emañ ket dirazout an holl vro ? Pella eta diouzhin : mar kemerez a-gleiz, mont a rin a-zehou, ha mar kemerez a-zehou, mont a rin a-gleiz. 10 Lot, o sevel e zaoulagad, a welas holl blaenenn ar Jordan a oa douret penn-da-benn. A-raok ma tistrujas an AOTROU Sodom ha Gomora, o vont etrezek Zoar e oa evel liorzh an AOTROU, evel bro Ejipt. 11 Lot a zibabas evitañ holl blaenenn ar Jordan hag ez eas ouzh kostez ar sav-heol. Hag e pellaas an eil digant egile. 12 Abram a chomas e bro Ganaan. Lot a chomas e kêrioù ar blaenenn hag a fichas e deltennoù betek Sodom. 13 Tud Sodom a oa fall ha pec'herien bras dirak an AOTROU. 14 An AOTROU a lavaras da Abram goude ma oa pellaet Lot dioutañ : Sav eta da zaoulagad ha sell diouzh al lec'h emaout ennañ etrezek an hanternoz, ar c'hreisteiz, ar sav-heol hag ar c'huzh-heol, 15 rak an holl vro a welez a roin dit ha da'z lignez da viken. 16 Ober a rin ma vo da lignez evel poultr an douar; mar gell unan bennak kontañ poultrenn an douar, da lignez ivez a vo kontet. 17 Sav, kerzh dre ar vro a-hed hag a-led, rak he reiñ a rin dit. 18 Neuze Abram a zougas e deltennoù hag a zeuas da chom e dervennoù Mamre, a zo en Hebron. Hag e savas eno un aoter d'an AOTROU. Pennad 14 Abram en em gav dirak Melkizedek 1 En amzer Amrafel roue Shinear, Arjok roue Ellazar, Kedorlaomer roue Elam, ha Tideal roue Goim, 2 e c'hoarvezas ma rejont brezel enep Bera roue Sodom, Birsha roue Gomora, Shineab roue Adma, Shemeber roue Zeboim, ha roue Bela, a zo Zoar. 3 Ar re-mañ holl en em zastumas e traonienn Siddim, a zo Mor an Holen. 4 E-pad daouzek vloaz e sentjont ouzh Kedorlaomer, met d'an trizekvet bloaz en em savjont. 5 D'ar pevarzekvet bloaz, Kedorlaomer hag ar rouaned a oa gantañ a zeuas hag a bilas ar Refaimed en Ashterod-Karnaim, ar Zuzimed en Ham, an Emimed e Shave-Kiriataim, 6 hag an Horianed war o Menez Seir betek El Paran d'al lec'h distro. 7 Neuze, o tistreiñ, e teujont da En-Mishpad, a zo Kadesh, hag e piljont holl vro an Amalekited, hag ivez an Amoreaned a oa o chom e Hazazon-Tamar. 8 Neuze, roue Sodom, roue Gomora, roue Adma, roue Zeboim, ha roue Bela a zo Zoar, a yeas hag en em renkjont e linenn a-enep dezho e traonienn Siddim, 9 a-enep Kedorlaomer roue Elam, Tideal roue Goim, Amrafel roue Shinear, hag Arjok roue Ellazar : pevar roue a-enep pemp. 10 Bez' e oa e traonienn Siddim kalz a buñsoù a der-douar. Roue Sodom hag hini Gomora a dec'has hag a gouezhas enno; ar re all a dec'has d'ar menez. 11 Neuze e kemerjont holl binvidigezhioù Sodom ha Gomora hag o holl vevañs, hag ez ejont kuit. 12 Kemer a rejont Lot mab breur Abram a oa o chom e Sodom gant e vadoù, hag ez ejont kuit. 13 Un tec'her a zeuas da lavarout da Abram an Hebread. Eñ a chome e dervennoù Mamre, an Amorean breur Eshkol ha breur Aner, ar re o doa un emglev gant Abram. 14 Pa glevas Abram e oa prizoniad e vreur, ec'h armas tri c'hant triwec'h eus e dud leal, ganet en e di, hag ez eas war-lerc'h ar rouaned-se betek Dan. 15 Neuze, o vezañ lodennet e dud, en em daolas warno en noz, eñ hag e servijerien, hag e pilas anezho. Mont a reas war o lerc'h betek Hoba, a zo a-gleiz da Zamask. 16 Degas a reas gantañ an holl binvidigezhioù. Degas a reas ivez gantañ Lot e vreur, e vadoù hag e wragez ivez, hag ar bobl. 17 Roue Sodom a zeuas a-raok dezhañ pa zistroas goude bezañ trec'het Kedorlaomer hag ar rouaned a oa gantañ e traonienn Shave, a zo traonienn ar Roue. 18 Melkizedek (= roue ar Reizhder), roue Salem, a zegasas bara ha gwin. Hemañ a oa beleg an Doue Uhel-Meurbet. 19 Bennigañ a reas Abram hag e lavaras : Benniget ra vo Abram gant an Doue Uhel-Meurbet, perc'henn an neñv hag an douar ! 20 Benniget ra vo an Doue Uhel-Meurbet en deus lakaet da enebourien etre da zaouarn ! Hag Abram a roas dezhañ an deog eus pep tra. 21 Roue Sodom a lavaras da Abram : Ro din an dud ha kemer ar pinvidigezhioù evidout. 22 Abram a lavaras da roue Sodom : Sevel a ran va dorn etrezek an AOTROU Doue Uhel-Meurbet, perc'henn an neñv hag an douar, 23 penaos ne gemerin ket zoken un neudenn pe ur gorreenn votoù, netra hag a zo dit, en hevelep doare ma ne lavari ket : Me am eus pinvidikaet Abram. Netra evidon ! 24 Nemet ar pezh o deus debret an dud yaouank ha lod an dud a zo deuet ganin, Aner, Eshkol ha Mamre : ar re-se a gemero o lod. Pennad 15 Promesa Doue da Abram 1 Goude kement-se, ger an AOTROU a voe disklêriet da Abram en ur weledigezh, o lavarout : Na'z pez ket aon, Abram, me eo da skoed, ha da c'hopr a vo bras-meurbet. 2 Abram a respontas : AOTROU Doue, petra a roi din ? Me a ya hep bugale, hag an hini a vo va zi dezhañ eo Eliezer a Zamask. 3 Hag Abram a lavaras : Setu ne'c'h eus ket roet din a lignez, dre-se an hini ganet em zi a vo va heritour. 4 Setu, ger an AOTROU a voe disklêriet dezhañ, o lavarout : Hemañ ne vo ket da heritour, met an hini a zeuio eus da lounezhi a vo da heritour. 5 Neuze e kasas anezhañ er-maez hag e lavaras dezhañ : Sell etrezek an neñv ha kont ar stered, mar gellez o c'hontañ. Hag e lavaras dezhañ : Evel-se e vo da lignez. 6 Abram a gredas an AOTROU, hag eñ a gontas kement-se dezhañ da reizhder. 7 Lavarout a reas dezhañ : Me eo an AOTROU, an hini en deus da lakaet da vont kuit eus Ur ar Galdeiz, evit reiñ dit ar vro-mañ ha ma vo dit. 8 Lavarout a reas : AOTROU Doue, dre benaos ec'h anavezin e vo din ? 9 Respont a reas dezhañ : Kemer un annoar tri bloaz, ur c'havr tri bloaz, ur maout tri bloaz, un durzhunell hag ur goulmig. 10 Kemer a reas an holl draoù-se, o daouhanteras, ha e lakaas pep hanter dirak egile, met ne zaouhanteras ket al laboused. 11 An evned-preizh a zeuas war al loened marv, hag Abram o c'hasas kuit. 12 Evel ma'z ae an heol da guzhat, ur morgousk bras a gouezhas war Abram. Ha setu, ur spont hag un deñvalijenn vras a gouezhas warnañ. 13 An AOTROU a lavaras da Abram : Gouez penaos da lignez a vo estrañjour en ur vro na vo ket dezhi, ha penaos e servijo an dud anezhi hag e vo gwasket e-pad pevar c'hant vloaz. 14 Met me a varno ar bobl he devo servijet, ha goude ez aio kuit gant pinvidigezhioù bras. 15 Te a yelo e peoc'h etrezek da dadoù, sebeliet e vi goude ur gozhni eürus. 16 D'ar bedervet lignez, e tistroint amañ, rak direizhder an Amoreaned n'eo ket c'hoazh leuniet. 17 Pa voe kuzhet an heol, e voe un deñvalijenn vras. Ha setu, e voe ur fornez mogedus, hag ur flamm-tan a dremenas etre ar c'harterioù lodennet. 18 En deiz-se, an AOTROU a reas un emglev gant Abram, o lavarout : Me a ro ar vro-mañ da'z lignez, adalek stêr an Ejipt betek ar stêr vras, ar stêr Eufratez, 19 ar Genianed, ar Genizianed, ar Gadmoniz, 20 an Hitited, ar Ferezianed, ar Refaimed, 21 an Amoreaned, ar Gananeiz, ar C'hirgazianed hag ar Jebuziz. Pennad 16 Sarai hag Agar 1 Sarai gwreg Abram n'he doa ket roet bugale dezhañ. Bez' he doa ur vatezh Ejipsianez anvet Agar. 2 Sarai a lavaras da Abram : Setu, an AOTROU en deus va lakaet gaonac'h. Kae, me az ped, etrezek va matezh, marteze em bo bugale drezi. Abram a sentas ouzh mouezh Sarai. 3 Sarai gwreg Abram a gemeras Agar an Ejipsianez, he matezh, hag a roas anezhi da wreg da Abram he fried, goude m'en doe chomet dek vloaz e bro Ganaan. 4 Mont a reas eta da gavout Agar, hag e koñsevas. Pa welas he doa koñsevet, e tisprizas he mestrez. 5 Neuze Sarai a lavaras da Abram : An dismegañs a zo graet din a gouezh warnout. Lakaet em eus va matezh en da vruched, ha pa he deus gwelet he doa koñsevet, e tisprizas ac'hanon. Ra varno an AOTROU etre me ha te ! 6 Abram a respontas da Sarai : Setu, da vatezh a zo etre da zaouarn, gra dezhi evel ma plijo ganit. Sarai a wallgasas anezhi, hag e tec'has kuit a-zirazi. 7 Ael an AOTROU he c'havas e-kichen ur vammenn-dour el lec'h distro, an hini a zo war hent Shur. 8 Lavarout a reas dezhi : Agar matezh Sarai, a-belec'h e teuez ha da belec'h emaout o vont ? Respont a reas : Tec'hout a ran a-zirak Sarai va mestrez. 9 Ael an AOTROU a lavaras dezhi : Kae en-dro da gavout da vestrez hag en em izela dindani. 10 Ael an AOTROU a lavaras dezhi : Me a gresko kement da lignez ken na c'hellor ket he c'hontañ, ken niverus e vo. 11 Ael an AOTROU a lavaras dezhi : Setu, te a zo brazez hag e c'hani ur mab hag e c'halvi anezhañ Ismael, rak Doue en deus da glevet e-barzh da c'hlac'har. 12 Heñvel e vo ouzh un azen gouez, e zorn a vo a-enep an holl ha dorn an holl a-enep dezhañ, ha chom a raio dirak e vreudeur. 13 Hi a c'halvas anv an AOTROU en doa komzet outi : Ata-El-Roi (= te eo an Doue am gwel). Rak e lavaras : Ha ne'm eus ket zoken amañ gwelet an hini am gwele ? 14 Setu perak e voe galvet ar puñs-se, Beer-Lahai-Roi (= puñs an hini a vev hag am gwel). Emañ etre Kadesh ha Bered. 15 Agar a c'hanas ur mab da Abram, hag Abram a c'halvas ar mab he doa Agar ganet dezhañ Ismael. 16 Abram a oa en oad a c'hwec'h vloaz ha pevar-ugent pa c'hanas Agar Ismael dezhañ. Pennad 17 Doue a cheñch anvioù Abram ha Sarai 1 Neuze, Abram o vezañ en oad a naontek vloaz ha pevar-ugent, an AOTROU en em ziskouezas da Abram hag a lavaras dezhañ : Me eo an Doue holl-c'halloudek, kerzh dirak va dremm ha bez didamall. 2 Lakaat a rin va emglev etrezon-me ha te, hag e kreskin ac'hanout kalz-meurbet. 3 Abram a gouezhas war e zremm ha Doue a gomzas outañ, o lavarout : 4 Me eo, setu va emglev a zo ganit; te a zeuio tad da un engroez a vroadoù. 5 Ne vi ken galvet Abram, met da anv a vo Abraham, rak da lakaat a ran tad da un engroez a vroadoù. 6 Me a lakaio ac'hanout da vezañ frouezhus kalz-meurbet, hag e rin ac'hanout broadoù; rouaned a zeuio ac'hanout. 7 Lakaat a rin va emglev etrezon-me ha te ha da lignez da c'houde, a-hed o rummoù, evit bezañ un emglev peurbadus, hag e vin da Zoue hag hini da lignez da c'houde. 8 Reiñ a rin dit ha da'z lignez da c'houde ar vro ma chomez enni, holl vro Ganaan, evit he c'haout da viken, hag e vin o Doue. 9 Doue a lavaras da Abraham : Te a viro va emglev, te ha da lignez da c'houde, a-hed o rummoù. 10 Setu va emglev a virot, hag a vo etrezon-me ha c'hwi ha da lignez da c'houde : ma vo pep par en ho touez amdroc'het. 11 Amdroc'het e viot en ho kig, ha kement-se a vo sin an emglev etrezon-me ha c'hwi. 12 En oad a eizh deiz, pep par a vo amdroc'het en ho touez a-hed ho rummoù, kenkoulz an hini a zo ganet en ti, evel an hini prenet gant arc'hant digant un diavaeziad bennak na vo ket eus da ouenn. 13 Ne vanki ket d'amdroc'hañ an hini a zo ganet en da di hag an hini a zo prenet gant da arc'hant, ha va emglev a vo en ho kig un emglev peurbadus. 14 Ar par diamdroc'h, an hini na vo ket bet amdroc'het en e gig, a vo lamet a-douez e bobl : torret en deus va emglev. 15 Doue a lavaras da Abraham : Diwar-benn Sarai da wreg, ne c'halvi ket hec'h anv Sarai, met Sara e vo hec'h anv. 16 Me he bennigo, ha zoken e roin ur mab dit diouti. He bennigañ a rin hag e teuio da vezañ broadoù. Rouaned pobloù a zeuio diouti. 17 Abraham a gouezhas war e zremm. Neuze e c'hoarzhas hag e lavaras en e galon : Ha genel a rafe ur bugel d'un den en oad a gant vloaz ? Ha Sara en oad a zek vloaz ha pevar-ugent, ha genel a rafe ? 18 Hag Abraham a lavaras da Zoue : Ra c'hello Ismael bevañ dirazout ! 19 Doue a lavaras : A-dra-sur, Sara da wreg a c'hano ur mab dit hag e c'hlavi anezhañ Izaak. Lakaat a rin va emglev gantañ, un emglev peurbadus evit e lignez war e lerc'h. 20 Da selaou a ran diwar-benn Ismael. Setu, e vennigan anezhañ hag e lakain anezhañ da vezañ frouezhus ha da greskiñ kalz-meurbet, tad e vo da zaouzek priñs, hag e rin anezhañ ur vroad vras. 21 Met va emglev a lakain gant Izaak, an hini a c'hano Sara dit d'an amzer-mañ er bloaz nesañ. 22 P'en doe echuet da gomz gantañ, Doue a bignas a-gichen Abraham. 23 Abraham a gemeras Ismael e vab, ar re holl a oa bet ganet en e di hag ar re holl en doa prenet gant e arc'hant, an holl bared a oa e-touez tud e di, hag ec'h amdroc'has o c'hig an deiz-se memes, evel m'en doa Doue henn lavaret dezhañ. 24 Abraham a oa en oad a naontek vloaz ha pevar-ugent pa voe amdroc'het. 25 Ismael e vab a oa en oad a drizek vloaz pa voe amdroc'het. 26 Abraham hag Ismael e vab a voe amdroc'het d'an deiz-se. 27 Holl dud e di, ar re a oa bet ganet en e di hag ar re a oa bet prenet gant arc'hant digant an diavaezidi, a voe amdroc'het gantañ. Pennad 18 Aeled Doue. Erbedenn Abraham evit Sodom 1 Neuze an AOTROU en em ziskouezas dezhañ e dervennoù Mamre, pa edo azezet e toull-dor e deltenn e-pad tommder an deiz. 2 Sevel a reas e zaoulagad hag e sellas : setu, tri den a oa en o sav dirazañ. Adalek ma o gwelas, e redas a-raok dezho eus toull-dor e deltenn hag en em stouas d'an douar. 3 Hag e lavaras : Va Aotrou, da bediñ a ran, mar em eus kavet trugarez dirak da zaoulagad, na dremen ket e-biou da servijer. 4 Ra vo kemeret, me ho ped, ur bannac'h dour, ha gwalc'hit ho treid ha diskuizhit dindan ar wezenn-mañ. 5 Degas a rin un tamm bara hag e kreñvaot ho kalon; goude-se e tremenot e-biou, rak evit-se eo oc'h tremenet tost d'ho servijer. Lavarout a rejont : Gra evel ma ec'h eus lavaret. 6 Abraham a yeas buan en e deltenn da gavout Sara, hag e lavaras : Degas buan tri sea (~ 35 l) flour bleud, toaz ha gra gwastell ganto. 7 Abraham a redas da gichen an tropell, a gemeras ul leue tener ha mat, en roas d'ar servijer, hag hemañ a hastas e fichañ. 8 Kemer a reas amann ha laezh, hag al leue a oa fichet, hag o lakaas dirazo. Eñ en em zalc'has dirazo didan ar wezenn, hag e tebrjont. 9 Lavarout a rejont dezhañ : Pelec'h emañ Sara da wreg ? Respont a reas : Setu hi aze en deltenn. 10 Unan a lavaras : Ne vankin ket da zistreiñ da'z kavout a-benn ur bloaz ha setu, Sara da wreg he devo ur mab. Sara a selaouas diouzh toull-dor an deltenn a oa a-drek dezhañ. 11 Abraham ha Sara a oa kozh hag erruet en oad. Sara n'he doa ken ar pezh o deus ar gwragez ar c'hiz da gaout. 12 Sara a c'hoarzhas enni hec'h-unan, o lavarout : Pa'z on kozh, ha bez' em befe ar blijadur-se ? Va aotrou a zo kozh ivez. 13 An AOTROU a lavaras da Abraham : Perak 'ta he deus Sara c'hoarzhet, o lavarout : Ha genel a rafen e gwirionez, kozh evel ma'z on ? 14 Hag e vefe un dra bennak dibosupl d'an AOTROU ? D'an amzer lavaret e tistroin da'z kavout, a-benn ur bloaz, ha Sara he devo ur mab. 15 Sara a nac'has, o lavarout : Ne'm eus ket c'hoarzhet, rak aon he doe. Met eñ a lavaras : Geo, c'hoarzhet ec'h eus. 16 An dud-se a savas ac'hane hag a sellas etrezek Sodom. Abraham a yeas ganto d'o ambroug. 17 An AOTROU a lavaras : Ha kuzhat a rin da Abraham ar pezh a rin, 18 pa zle Abraham dont da vezañ ur vroad vras ha galloudek, ha ma vo holl vroadoù an douar benniget ennañ ? 19 Rak e anavezet em eus evit ma c'hourc'hemenno d'e vibien ha d'e diegezh war e lerc'h mirout hent an AOTROU, en ur ober kement a zo reizh hag eeun, evit ma lakaio an AOTROU da zont war Abraham ar pezh en deus lavaret anezhañ. 20 An AOTROU a lavaras : Ar c'hri a-enep Sodom ha Gomora a zo kresket hag o fec'hed a zo bras-meurbet. 21 Fellout a ra din diskenn ha gwelout hag-eñ o deus graet e gwirionez hervez ar c'hri a zo deuet betek ennon; ha ma n'emañ ket evel-se, me en gouezo. 22 An dud-se a bellaas hag a yeas etrezek Sodom. Met Abraham en em zalc'has c'hoazh dirak an AOTROU. 23 Abraham a dostaas hag a lavaras : Ha lakaat a ri ivez an hini reizh da vezañ kollet gant an hini fallakr ? 24 Marteze ez eus hanter-kant den reizh e kêr : o c'holl a ri ivez, ha ne bardoni ket d'al lec'h-se abalamour d'an hanter-kant den reizh-se a zo e-barzh ? 25 Ne c'hoarvezo ket e ri un hevelep tra, ma lakafes da vervel an den reizh gant an den fallakr, en hevelep doare ma vefe kemeret an den reizh evel an den fallakr. Nann, ne ri ket ! An hini a varn an douar holl, ha ne raio ket hervez ar reizhder ? 26 An AOTROU a lavaras : Mar kavan e Sodom hanter-kant den reizh e kêr, e pardonin da holl gêr abalamour dezho. 27 Abraham a gomzas hag a lavaras : Setu, e hardishaan hag e komzan ouzh an Aotrou, petra bennak ma n'on nemet poultr ha ludu. 28 Marteze e vanko pemp war an hanter-kant den reizh-se, ha distrujañ a ri an holl gêr abalamour da bemp ? Eñ a respontas : Ne zistrujin ket anezhi mar kavan enni pemp den reizh ha daou-ugent. 29 Abraham a gendalc'has da gomz dezhañ, o lavarout : Marteze en em gavo enni daou-ugent ? Hag e lavaras : Ne rin ket dre garantez evit an daou-ugent-se. 30 Abraham a lavaras : Pediñ a ran an Aotrou na gemero ket a zroug ouzhin hag e komzin. Marteze en em gavo enni tregont. Hag e lavaras : Ne rin ket mar kavan enni tregont. 31 Abraham a lavaras : Setu, e hardishaan hag e komzan ouzh an Aotrou. Marteze n'en em gavo enni nemet ugent. Hag e lavaras : N'he distrujin ket dre garantez evit an ugent-se. 32 Abraham a lavaras : Pediñ a ran an Aotrou na gemero ket a zroug ouzhin hag e komzin ar wech-mañ hepken. Marteze en em gavo enni dek. Hag e lavaras : N'he distrujin ket dre garantez evit an dek-se. 33 An AOTROU a yeas en e hent p'en doe echuet da gomz gant Abraham. Hag Abraham a zistroas d'e chomlec'h. Pennad 19 Distruj ar c'hêrioù kablus 1 An daou ael a erruas e Sodom d'an abardaez. Lot a oa azezet e-tal dor Sodom. Lot o gwelas, a savas evit mont a-raok dezho hag a stouas e zremm d'an douar. 2 Neuze e lavaras : Setu, me ho ped va Aotrounez, deuit da lojañ e ti ho servijer, tremenit an noz ennañ, gwalc'hit ho treid, warc'hoazh ar beure e savot hag e kendalc'hot hoc'h hent. Ar re-mañ a lavarjont : Nann, ni a dremeno an noz er straed. 3 Met kement e talc'has warno ma'z ejont da lojañ gantañ ha ma teujont en e di. Ur fest a roas, hag e lakaas da boazhañ bara hep goell. Ha debriñ a rejont. 4 Ne oant ket c'hoazh aet da gousket, ma teuas gwazed kêr, gwazed Sodom, en-dro d'an ti, adalek ar re yaouankañ betek ar re goshañ, an holl bobl a-unan. 5 O c'hervel Lot, e lavarjont dezhañ : Pelec'h emañ an dud a zo deuet en da di en nozvezh-mañ ? Laka anezho da zont er-maez evit ma'c'h anavezimp anezho. 6 Lot a yeas d'o c'havout e digor e di hag a serras an nor war e lerc'h. 7 Lavarout a reas : Me ho ped, va breudeur, na rit ket a zroug ! 8 Setu, em eus div werc'h n'o deus anavezet gwaz ebet, o degas a rin deoc'h hag e reot dezho ar pezh a blijo ganeoc'h. Hogen na rit netra d'an dud-se abalamour ma'z int deuet e skeud va zoenn. 9 Lavarout a rejont : En em denn alese ! Lavarout a rejont c'hoazh : Hemañ a zo deuet amañ evel diavaeziad hag en em vesk da varn ! Ac'hanta, ni a raio dit gwashoc'h egeto. Hag, o waskañ Lot gant taerder, e tostajont da derriñ an nor. 10 An dud-se, oc'h astenn o daouarn, a lakaas Lot da zont en ti ganto hag a serrjont an nor. 11 Hag e skojont a zallidigezh ar re a oa dirak digor an ti, adalek an hini bihanañ betek an hini brasañ, en hevelep doare ma skuizhjont o klask an nor. 12 An dud-se a lavaras da Lot : Piv c'hoazh a zo amañ ganit ? Mibien-kaer, mibien, merc'hed ha kement a zo dit, laka anezho holl da vont ac'hann. 13 Rak emaomp o vont da zistrujañ al lec'h-mañ, dre ma'z eo bras dirak an AOTROU ar c'hri a-enep tud al lec'h-mañ. An AOTROU en deus hon degaset evit e zistrujañ. 14 Lot a yeas hag a gomzas ouzh e vibien-kaer, ar re o doa kemeret e verc'hed, hag a lavaras : Savit, kit kuit eus al lec'h-mañ, rak emañ an AOTROU o vont da zistrujañ ar gêr. Met e vibien-kaer a gredas e rae goap. 15 Adalek ma savas gouloù-deiz, an aeled a vountas Lot, o lavarout : Sav, kemer da wreg ha da ziv verc'h a zo amañ, gant aon na vefes kollet e kastiz ar gêr. 16 Hag evel ma talee, an dud-se a grogas en e zorn. Kemer a rejont ivez dorn e wreg ha re e ziv verc'h, dre ma felle d'an AOTROU e espern. Degas a rejont anezhañ er-maez eus kêr. 17 Raktal, evel ma o doe lakaet anezho er-maez, unan a lavaras : Savete da vuhez, na sell ket war da lerc'h ha na zale e lec'h ebet eus ar blaenenn. En em savete war ar menez, gant aon na vefes kollet. 18 Lot a respontas dezho : Nann, Aotrou, 19 da bediñ a ran, setu, da servijer en deus kavet trugarez dirak da zaoulagad, hag ec'h eus diskouezet da vadelezh em c'heñver en ur salviñ din va buhez. Met ne c'hellan ket en em saveteiñ war ar menez a-raok ma teuio ar gwall da'm zapout, hag e varvin. 20 Setu, ar gêr-mañ a zo tost a-walc'h evit tec'hout enni, ha bihan eo. Ra en em savetein enni me az ped, ha n'eo ket bihan ? Ra vevo va ene ! 21 Hag e lavaras dezhañ : Setu, e roan dit c'hoazh ar c'hras-se, ne zistrujin ket ar gêr ac'h eus komzet diwar he fenn. 22 Hast en em saveteiñ enni, rak ne c'hellan ober netra betek ma vi aet enni. Setu perak e voe anvet ar gêr-se Zoar. 23 Evel ma save an heol war an douar, Lot a yeas e Zoar. 24 Neuze an AOTROU a lakaas da gouezhañ war Sodom ha Gomora glav soufr ha tan a-berzh an AOTROU eus krec'h an neñvoù. 25 Distrujañ a reas ar c'hêrioù-se, ar blaenenn a-bezh, holl dud ar c'hêrioù hag ar pezh a gresk war an douar. 26 Gwreg Lot a sellas war he lerc'h, hag e teuas da vezañ un delwenn holen. 27 Abraham a savas beure-mat hag a zeuas el lec'h ma oa en em zalc'het dirak an AOTROU. 28 Sellout a reas etrezek Sodom ha Gomora, ha war holl c'horre bro ar blaenenn, hag e welas o pignat eus an douar ur vogedenn evel mogedenn ur fornez. 29 Pa zistrujas Doue kêrioù ar blaenenn, Doue en doa soñj eus Abraham. Hag e lakaas Lot da vont kuit eus kreiz an dismantr, pa ziskaras ar c'hêrioù m'en doa chomet Lot enno. 30 Lot a bignas eus Zoar hag a chomas er menez gant e ziv verc'h, rak aon en doa da chom e Zoar. Hag e chomas en ur c'hev, eñ hag e ziv verc'h. 31 An hini henañ a lavaras d'an hini yaouankañ : Hon tad a zo kozh ha n'eus den war an douar da zont etrezek ennomp hervez giz an douar holl. 32 Deus, roomp gwin da evañ d'hon tad ha kouskomp gantañ evit ma virimp gouenn hon tad. 33 Hag e rojont da evañ d'o zad gwin en noz-se. An hini henañ a zeuas hag a gouskas gant he zad. Ha ne ouezas ket pegoulz e kouskas na pegoulz e savas. 34 An deiz war-lerc'h, an hini henañ a lavaras d'an hini yaouankañ : Setu, kousket em eus en noz tremenet gant va zad, roomp gwin da evañ dezhañ c'hoazh en noz-mañ. Neuze kae ha kousk gantañ evit ma virimp gouenn hon tad. 35 Hag e rojont da evañ d'o zad gwin en noz-se. An hini yaouankañ a zeuas hag a gouskas gantañ. Ha ne ouezas ket pegoulz e kouskas na pegoulz e savas. 36 Div verc'h Lot a goñsevas diouzh o zad. 37 An hini henañ a c'hanas ur mab hag en galvas Moab. Hemañ eo tad ar Voabiz betek hiziv. 38 An hini yaouankañ ivez a c'hanas ur mab hag en galvas Ben-Ammi. Hemañ eo tad an Ammoniz betek hiziv. Pennad 20 Abraham hag Abimelek 1 Abraham a yeas ac'hane war-zu bro ar C'hreisteiz, hag e chomas etre Kadesh ha Shur. Chom a reas e Gerar. 2 Abraham a lavaras eus Sara e wreg : Va c'hoar eo. Abimelek, roue Gerar, a gasas da skrapañ Sara. 3 Met Doue a zeuas da gavout Abimelek en noz dre un huñvre hag a lavaras dezhañ : Setu, te a zo marv abalamour d'ar wreg ac'h eus kemeret, rak ur pried he deus. 4 Abimelek n'en doa ket tostaet outi. Respont a reas : Aotrou, ha lakaat a ri zoken da vezañ kollet ur vroad reizh ? 5 Ha n'en deus ket lavaret din : Va c'hoar eo ? Hi ivez, ha n'he deus ket lavaret din : Va breur eo ? En eeunded va c'halon hag e digablusted va daouarn eo em eus graet kement-se. 6 Doue a lavaras dezhañ en un huñvre : Gouzout a ran ec'h eus graet kement-se en eeunded da galon, setu perak em eus da harzet da bec'hiñ a-enep din. Dre-se eo n'em eus ket da lezet da stekiñ outi. 7 Met bremañ rent e wreg d'an den-se, rak ur profed eo; pediñ a raio evidout hag e vevi. Met ma ne rentez ket anezhi, gouez penaos e varvi a-dra-sur, te ha kement a zo dit. 8 Abimelek a savas beure-mat, a c'halvas e holl servijerien hag a lavaras dezho an holl draoù-mañ. An dud-se a voe leuniet a zoujañs. 9 Abimelek a c'halvas ivez Abraham hag a lavaras dezhañ : Petra ac'h eus graet deomp ? Hag e petra em eus manket dit, ma ec'h eus lakaet da zont warnon ha war va rouantelezh ur pec'hed ken bras ? Graet ec'h eus em c'heñver traoù na dleer ket ober. 10 Abimelek a lavaras da Abraham : Petra a soñjes en ur ober evel-se ? 11 Abraham a respontas : Lavaret em boa ennon va-unan : N'eus ket a-dra-sur doujañs Doue el lec'h-mañ, hag e lazhint ac'hanon abalamour da'm gwreg. 12 Met e gwirionez va c'hoar eo ivez, merc'h da'm zad, hogen n'eo ket merc'h da'm mamm hag eo deuet da vezañ va gwreg. 13 Pa lakaas Doue ac'hanon da gantren pell eus ti va zad, e lavaris dezhi : Setu ar vadelezh a ri din, en holl lec'hioù ma'z aimp, lavar ac'hanon : Va breur eo. 14 Abimelek a gemeras deñved hag ejened, mevelien ha mitizhien, hag e roas anezho da Abraham. Rentañ a reas dezhañ Sara e wreg. 15 Abimelek a lavaras : Setu va bro a zo dirazout, chom e-lec'h ma plijo dit. 16 Lavarout a reas da Sara : Setu, em eus roet da'z preur mil pezh arc'hant; bez' e vo evidout ur gouel war da zaoulagad dirak ar re holl a zo ganit, hag e-kichen an holl e vi reishaet. 17 Abraham a bedas Doue, ha Doue a yac'haas Abimelek, e wreg hag e vitizhien, hag e c'hanjont. 18 Rak an AOTROU en doa serret ar mammoù en holl di Abimelek, abalamour da Sara gwreg Abraham. Pennad 21 Ganedigezh Izaak. Agar a zo argaset 1 An AOTROU a weladennas Sara evel m'en doa lavaret, hag an AOTROU a reas da Sara evel m'en doa komzet. 2 Sara a goñsevas hag a c'hanas ur mab da Abraham en e gozhni, en amzer m'en doa Doue lavaret dezhañ. 3 Abraham a c'halvas ar mab a voe ganet dezhañ, he doa Sara ganet dezhañ, Izaak. 4 Abraham a amdroc'has Izaak e vab d'an oad a eizh deiz, evel m'en doa Doue gourc'hemennet dezhañ. 5 Abraham a oa en oad a gant vloaz pa voe Izaak e vab ganet dezhañ. 6 Sara a lavaras : Doue en deus graet din un dra a lakaio da c'hoarzhin, ar re holl en anavezo a c'hoarzho diwar va fenn. 7 Lavarout a reas : Piv en dije lavaret da Abraham e roje Sara da zenañ da vugale ? Rak ganet em eus dezhañ ur mab en e gozhni. 8 Ar bugel a greskas hag a voe dizonet. Abraham a reas ur fest vras en deiz ma voe Izaak dizonet. 9 Sara a welas mab Agar an Ejipsianez o c'hoarzhin, an hini he doa ganet da Abraham. 10 Hag e lavaras da Abraham : Kas kuit ar vatezh-se hag he mab, rak mab ar vatezh-se ne vo ket hêr gant va mab, gant Izaak. 11 Ar gomz-mañ a zisplijas kalz da Abraham abalamour d'e vab. 12 Met Doue a lavaras da Abraham : Ra ne zisplijo ket kement-se dit abalamour d'ar bugel ha da'z matezh. Petra bennak ma lavaro dit Sara, sent ouzh he c'homz, rak en Izaak eo e vo da lignez galvet eus da anv. 13 Me a raio ivez eus mab ar vatezh ur vroad, dre ma'z eo eus da ouenn. 14 Abraham a savas beure-mat, a gemeras bara hag ur sac'h-dour hag o roas da Agar. O lakaat a reas war he skoaz, reiñ a reas dezhi ar bugel hag he c'hasas kuit. Hag ez eas hag e kerzhas e lec'h distro Beer-Sheba. 15 Pa voe goullo ar sac'h-lêr, e lezas ar bugel dindan bodoù gwez. 16 Mont a reas d'azezañ dirazañ war hed un tenn gwareg, rak lavarout a rae : Ra ne welin ket ar bugel o vervel ! Hi a azezas dirazañ, a savas he mouezh hag a ouelas. 17 Doue a glevas mouezh ar bugel, hag ael Doue a c'halvas Agar diouzh an neñv hag a lavaras dezhi : Petra ac'h eus Agar ? Na'z pez ket aon, rak Doue en deus klevet mouezh ar bugel aze, el lec'h m'emañ. 18 Sav, kemer ar bugel ha dalc'h anezhañ dre e zorn, rak me a raio dioutañ ur bobl vras. 19 Doue a zigoras dezhi he daoulagad, hag e welas ur puñs dour. Mont a reas da leuniañ ennañ ar sac'h-lêr hag e roas da evañ d'ar bugel. 20 Doue a voe gant ar bugel hag e kreskas. Chom a reas el lec'h distro hag e teuas da vezañ un tenner gwareg. 21 Chom a reas e distro Paran hag e vamm a gemeras dezhañ ur wreg eus bro Ejipt. 22 Hag e c'hoarvezas en amzer-se penaos Abimelek, gant Pikol penn e arme, a gomzas da Abraham, o lavarout : Doue a zo ganit e kement a rez. 23 Bremañ eta, tou din amañ dre anv Doue penaos ne douelli na me, na va bugale, na va bugale-vihan, ha penaos e ri em c'heñver hag e-keñver ar vro ec'h eus chomet enni an hevelep trugarez evel ma em eus graet en da geñver. 24 Abraham a respontas : Henn touiñ a rin dit. 25 Met Abraham en em glemmas da Abimelek diwar-benn ur puñs dour a oa bet kemeret dre heg gant servijerien Abimelek. 26 Abimelek a respontas : N'ouzon ket piv en deus graet kement-se; te da-unan ne'z poa lavaret netra din, ha me ne'm eus klevet nemet hiziv komz a gement-se. 27 Abraham a gemeras deñved hag ejened hag o roas da Abimelek, hag e rejont o-daou un emglev. 28 Abraham a lakaas a-du seizh dañvad yaouank eus an tropell. 29 Abimelek a lavaras da Abraham : Petra eo ar seizh dañvad yaouank-se ac'h eus lakaet a-du. 30 Respont a reas : Degemer a ri ar seizh dañvad yaouank-se eus va dorn, evit ma vo kement-se un testeni em eus kleuzet ar puñs-se. 31 Setu perak e c'halvas al lec'h-se Beer-Sheba (= puñs al le), rak touiñ a rejont o-daou. 32 Ober a rejont eta un emglev e Beer-Sheba. Neuze Abimelek a savas gant Pikol penn e arme, hag e tistrojont da vro ar Filistined. 33 Abraham a blantas un damarisklenn e Beer-Sheba hag a c'halvas eno anv an AOTROU, an Doue peurbadus. 34 Abraham a chomas pell e bro ar Filistined. Pennad 22 Aberzh Izaak 1 C'hoarvezout a reas, goude an traoù-mañ, ma'c'h amprouas Doue Abraham, hag e lavaras dezhañ : Abraham ! Eñ a respontas : Setu me amañ ! 2 Lavarout a reas dezhañ : Kemer da vab, da vab nemetañ, an hini a garez, Izaak, ha kae gantañ da vro v-Moria, hag eno kinnig anezhañ e loskaberzh war unan eus ar menezioù a lavarin dit. 3 Abraham a savas beure-mat, a sternas e azen, a gemeras daou eus e vevelien gantañ hag Izaak e vab. Faoutañ a reas koad evit al loskaberzh hag ez eas etrezek al lec'h m'en doa Doue lavaret dezhañ. 4 D'an trede devezh, Abraham, o sevel e zaoulagad, a welas al lec'h a-bell. 5 Abraham a lavaras d'e vevelien : Chomit amañ gant an azen, me hag ar bugel a yelo betek aze hag ec'h azeulimp, ha neuze e tistroimp d'ho kavout. 6 Abraham a gemeras ar c'hoad evit al loskaberzh hag en lakaas war Izaak e vab. Neuze e kemeras an tan hag ar gontell en e zorn; hag ez ejont o-daou asambles. 7 Neuze Izaak a gomzas da Abraham e dad hag a lavaras : Va zad ! Eñ a respontas : Setu me amañ, va mab ! Lavarout a reas : Setu an tan hag ar c'hoad, met pelec'h emañ an oan evit al loskaberzh ? 8 Abraham a respontas : Va mab, Doue a bourvezo e-unan an oan evit al loskaberzh. Hag e kerzhjont o-daou asambles. 9 Dont a rejont d'al lec'h m'en doa Doue lavaret. Abraham a savas eno un aoter, a renkas ar c'hoad, a liammas Izaak e vab hag a lakaas anezhañ war an aoter, dreist ar c'hoad. 10 Neuze Abraham a astennas e zorn hag a gemeras ar gontell evit lazhañ e vab. 11 Met ael an AOTROU a grias dezhañ eus an neñvoù hag a lavaras : Abraham, Abraham ! Eñ a respontas : Setu me amañ ! 12 Lavarout a reas : Na zoug ket da zorn war ar bugel ha na ra netra dezhañ. Rak bremañ ec'h anavezan penaos e toujez Doue, pa ne'c'h eus ket espernet da vab, da vab nemetañ. 13 Abraham a savas e zaoulagad hag a sellas, ha setu e oa a-dreñv dezhañ ur maout dalc'het dre e gerniel e-touez an drein. Abraham a yeas da gemer ar maout hag a ginnigas anezhañ e loskaberzh e-lec'h e vab. 14 Abraham a c'halvas al lec'h-se Jehova-Jire (= an AOTROU a bourvezo), en hevelep doare ma lavarer hiziv : War Venez an AOTROU e vo pourvezet. 15 Ael an AOTROU a grias eus an neñv da Abraham evit an eil gwech 16 hag a lavaras : Touiñ a ran drezon va-unan, a lavar an AOTROU, penaos pa ec'h eus graet kement-se ha pa ne'c'h eus ket espernet da vab, da vab nemetañ, 17 me a vennigo ac'hanout a-dra-sur, hag e kreskin da lignez a-dra-sur evel stered an neñvoù hag evel an traezh a zo war vord ar mor, ha da'z lignez e vo dalc'h dor hec'h enebourien. 18 Holl bobloù an douar a vo benniget en da lignez, dre ma ec'h eus sentet ouzh va mouezh. 19 Abraham a zistroas da gavout e vevelien, hag e savjont hag ez ejont asambles da Veer-Sheba. Abraham a chome e Beer-Sheba. 20 Goude an traoù-mañ, e voe lavaret da Abraham : Setu, Milka he deus ganet ivez bugale da Nakor da vreur : 21 Uz e gentañ-ganet, Buz e vreur, Kemuel tad Aram, 22 Kezed, Hazo, Pildash, Jidlaf ha Betuel. 22 Betuel a voe tad da Rebeka. Milka a c'hanas an eizh-se da Nakor breur Abraham. 24 E adwreg anvet Reuma, a c'hanas ivez Teba, Gaham, Tahash ha Maaka. Pennad 23 Marv Sara. Abraham a bren Makpela 1 Sara a vevas kant seizh vloaz warn-ugent, ar re-se eo bloavezhioù buhez Sara. 2 Sara a varvas e Kirjad-Arba, a zo Hebron e bro Ganaan. Abraham a zeuas d'ober kañv da Sara ha da ouelañ dezhi. 3 Neuze Abraham a savas a-zirak e varv hag a gomzas da vugale Hed : 4 Me zo un diavaeziad hag un ostiziad en ho touez, roit din ar gwir d'ober ur bez en ho touez evit ma sebeilhin va marv ha ma lamin anezhañ a-zirazon. 5 Mibien Hed a respontas da Abraham, o lavarout : 6 Selaou ac'hanomp, va aotrou. Ur priñs a-berzh Doue emaout en hor c'hreiz, sebeilh da varv en hini eus hor bezioù a zibabo. Hini ac'hanomp ne viro ouzhit e vez evit sebeliañ da varv. 7 Neuze Abraham a savas hag en em stouas dirak pobl ar vro, dirak bugale Hed. 8 Lavarout a reas dezho : Mar plij ganeoc'h e sebeilhfen va marv hag e lamfen anezhañ a-zirazon, selaouit ac'hanon hag erbedit evidon e-kichen Efron mab Zohar, 9 evit ma roio din kev Makpela a zo dezhañ hag a zo e penn e bark; ra roio din anezhañ evit e dalvoudegezh leun, evel ul lec'h-bez a vo din en ho kreiz. 10 Efron a oa azezet e-touez mibien Hed. Hag Efron an Hitit a respontas da Abraham dirak mibien Hed a selaoue anezhañ ha dirak ar re holl a yae e-barzh dre zor e gêr, hag e lavaras : 11 Nann, va aotrou, selaou ouzhin : Ar park a roan dit, ar c'hev a zo ennañ a roan dit ivez. E reiñ a ran dit dirak mibien va fobl; sebeilh da varv. 12 Abraham en em stouas dirak pobl ar vro. 13 Komz a reas da Efron dirak pobl ar vro a selaoue anezhañ, hag e lavaras : Koulskoude, selaou ac'hanon me az ped : Me a ro arc'hant ar park, kemer anezhañ diganin hag e sebeilhin ennañ va marv. 14 Efron a respontas da Abraham, o lavarout : 15 Va aotrou, selaou ac'hanon : Un douar a bevar c'hant sikl arc'hant (~ 4 kg a arc'hant) etre te ha me, petra eo kement-se ? 16 Abraham a glevas Efron; Abraham a bouezas da Efron an arc'hant en doa lavaret dirak mibien Hed, pevar c'hant sikl arc'hant o kaout red e ti ar marc'hadour. 17 Park Efron a oa e Makpela dirak Mamre, ar park hag ar c'hev a oa ennañ hag an holl wez a oa er park betek e harzoù tro-dro, 18 a voe suraet e dalc'h da Abraham dirak mibien Hed, dirak ar re holl a yae e-barzh dre zor e gêr. 19 Goude-se, Abraham a sebelias Sara e wreg e kev park Makpela dirak Mamre, a zo Hebron e bro Ganaan. 20 Ar park hag ar c'hev a zo ennañ a voe suraet gant an Hitited da Abraham evel ul lec'h-bez a oa dezhañ. Pennad 24 Abraham a gas e servijer da zibab Rebeka evit Izaak 1 Abraham a oa kozh hag oadet bras. An AOTROU en doa benniget Abraham en holl draoù. 2 Abraham a lavaras d'e servijer, an hini koshañ en e di, an hini a oa mestr war kement a oa dezhañ : Laka, me az ped, da zorn dindan va morzhed, 3 hag e lakain ac'hanout da douiñ dre an AOTROU, Doue an neñv ha Doue an douar, na gemeri ket ur wreg da'm mab a-douez merc'hed ar Gananeiz, a choman en o zouez. 4 Met mont a ri da'm bro, etrezek va c'herent, hag e kemeri eno ur wreg evit va mab, evit Izaak. 5 Ar servijer a respontas dezhañ : Marteze ne fello ket d'ar wreg heuliañ ac'hanon betek ar vro-mañ. Ha ret e vo din kas da vab d'ar vro ma oas deuet diouti ? 6 Abraham a lavaras dezhañ : Diwall da gas di va mab en-dro ! 7 An AOTROU, Doue an neñv, an hini en deus va c'hemeret eus ti va zad hag eus bro va ganedigezh, an hini en deus komzet ouzhin hag en deus touet din, o lavarout : Reiñ a rin da'z lignez ar vro-mañ, a gaso e-unan dirazout e ael, hag e kemeri ac'hane ur wreg evit va mab. 8 Ma ne fell ket d'ar wreg heuliañ ac'hanout, e vi kuit eus al le-mañ a c'houlennan diganit. Hogen na gas ket di va mab en-dro. 9 Ar servijer a lakaas e zorn dindan morzhed Abraham e vestr, hag e touas dezhañ ober kement en doa lavaret. 10 Ar servijer a gemeras dek kañval a-douez kañvaled e vestr hag a yeas kuit, o kas gantañ pep seurt madoù digant e vestr etre e zaouarn. Sevel a reas eta hag a yeas e Mezopotamia, e kêr Nakor. 11 Lakaat a reas ar c'hañvaled d'en em ziskuizhañ war o daoulin e-maez eus kêr e-kichen ur puñs dour, war-dro an abardaez, d'an eur ma'z ae er-maez ar merc’hed a yae da dennañ dour. 12 Lavarout a reas : AOTROU, Doue va mestr Abraham, laka ac'hanon, me az ped, da gavout hiziv ar pezh a glaskan, ha diskouez madelezh e-keñver va mestr Abraham. 13 Setu, en em zalc'han e-tal ar vammenn, ha merc'hed tud kêr a zeu da dennañ dour. 14 Ar plac'h yaouank ma lavarin dezhi : Izela, me az ped, da bod evit ma'c'h evin, hag a responto : Ev ha me a zouraio ivez da gañvaled, ra vo houmañ an hini ac'h eus dibabet evit da servijer Izaak ! Hag ec'h anavezin dre eno e tiskouezez madelezh e-keñver va mestr. 15 A-raok m'en doe echuet da gomz, setu, Rebeka, merc'h Betuel, mab Milka, gwreg Nakor, breur Abraham, a zeue er-maez gant he fod war he skoaz. 16 Ar plac'h yaouank a oa gwall gaer. Gwerc'hez e oa ha gwaz ebet n'en doa hec'h anavezet. Diskenn a reas d'ar vammenn, leuniañ a reas he fod, hag ec'h adpignas. 17 Ar servijer a redas dirazi hag a lavaras : Lez ac'hanon da evañ, me az ped, ur banne dour eus da bod. 18 Hi a lavaras : Ev, va aotrou. Hag e hastas izelaat he fod war he dorn, hag e roas dezhañ da evañ. 19 P'he doe echuet da reiñ dezhañ da evañ, e lavaras : Tennañ a rin ivez evit da gañvaled, betek m'o devo echuet da evañ. 20 Hag e hastas goullonderiñ he fod el laouer, e redas d'ar puñs da dennañ dour, hag e tennas evit an holl gañvaled. 21 An den a selle outi hag a chome souezhet ha sioul, o klask da c'houzout hag-eñ en doa an AOTROU roet tro vat pe nann d'e veaj. 22 P'o doe echuet ar c'hañvaled da evañ, an den a gemeras ur walenn-aour a boueze ur beka (~ 5 g) ha div dro-vrec'h evit he daouarn a boueze dek sikl aour. 23 Lavarout a reas : Da biv ez out merc'h ? Lavar din me az ped. Ha bez' ez eus e ti da dad lec'h evidomp da dremen an noz ? 24 Hi a lavaras dezhañ : Merc'h da Vetuel on, ar mab a c'hanas Milka da Nakor. 25 Lavarout a reas dezhañ c'hoazh : Bez' ez eus du-mañ kalz a blouz hag a foenn, hag ivez lec'h evit tremen an noz. 26 An den en em stouas hag a azeulas an AOTROU, 27 hag a lavaras : Benniget ra vo an AOTROU, Doue va mestr Abraham, ha n'en deus ket paouezet da vezañ trugarezus ha gwirion e-keñver va mestr ! Pa oan en hent, an AOTROU en deus va renet e ti breudeur va mestr. 28 Ar plac'h yaouank a redas da lavarout an traoù-mañ da di he mamm. 29 Rebeka he doa ur breur anvet Laban. Laban a redas er-maez etrezek an den e-kichen ar vammenn. 30 Kerkent ha m'en doa gwelet ar walenn hag an troioù-brec'h e daouarn e c'hoar ha m'en doa klevet komzoù Rebeka e c'hoar, o lavarout : An den-se en deus komzet din evel-se, e teuas da gavout an den. Ha setu, en em zalc'he e-kichen ar c'hañvaled tost d'ar vammenn. 31 Lavarout a reas dezhañ : Deus e-barzh, benniget gant an AOTROU ! Perak en em zalc'hez er-maez ? Kempennet em eus an ti hag ul lec'h evit ar c'hañvaled ? 32 An den a yeas eta en ti. Laban a ziskargas ar c'hañvaled hag a roas plouz ha boued d'ar c'hañvaled, ha dour da walc'hiñ e dreid ha treid an dud a oa gantañ. 33 Hag e voe kinniget dezhañ da zebriñ. Met eñ a lavaras : Ne zebrin ket ken am bo lavaret ar pezh am eus da lavarout. Komz ! emezañ. 34 Neuze e lavaras : Me eo servijer Abraham. 35 An AOTROU en deus benniget-meurbet va mestr, hag eo deuet da vezañ bras. Roet en deus dezhañ deñved hag ejened, arc'hant hag aour, mevelien ha mitizhien, kañvaled hag ezen. 36 Sara, gwreg va mestr, he deus ganet ur mab da'm mestr goude ma oa oadet, ha roet en deus dezhañ kement en deus. 37 Va mestr en deus lakaet ac'hanon da douiñ, o lavarout : Ne gemeri ket ur wreg da'm mab e-touez merc'hed Kanaan, er vro ma choman, 38 met mont a ri etrezek ti va zad ha war-zu va c'herentiezh, hag e kemeri eno ur wreg evit va mab. 39 Lavarout a ris da'm mestr : Marteze ne'm heulio ket ar wreg. 40 Respont a reas din : An AOTROU a gerzhan dirazañ, a gaso e ael ganit hag a lakaio ac'hanout d'ober tro vat, hag e kemeri ur wreg evit va mab, eus va c'herentiezh, eus ti va zad. 41 Kuit e vi eus al le a rez din pa vi aet etrezek va c'herentiezh, ha ma ne roer ket anezhi dit, kuit e vi eus al le a rez din. 42 Pa'z on deuet hiziv d'ar vammenn, em eus lavaret : AOTROU, Doue va mestr Abraham, mar plij ganit lakaat da zont a-benn ar veaj am eus kemeret, 43 setu, en em zalc'han e-tal ar vammenn; ar plac'h yaouank a zeuio da dennañ dour hag e lavarin dezhi : Ro din, me az ped, da evañ ur banne dour eus da bod, hag a responto din : 44 Ev te da-unan hag e tennin ivez da'z kañvaled, ra vo houmañ ar wreg en deus dibabet an AOTROU evit mab va mestr. 45 A-raok m'em boa echuet da gomz em c'halon, setu, Rebeka a zeue er-maez gant he fod war he skoaz. Diskennet eo d'ar vammenn ha tennet he deus dour. Lavaret em eus dezhi : Ro din da evañ, me az ped. 46 Hastet he deus izelaat he fod diwar c'horre he skoaz, ha lavaret he deus din : Ev hag e roin ivez dour da'z kañvaled. Evet em eus ha roet he deus ivez da evañ d'ar c'hañvaled. 47 Goulennoù am eus graet diouti, o lavarout : Da biv ez out merc'h ? Respontet he deus din : Merc'h da Vetuel on, ar mab a c'hanas Milka da Nakor. Neuze em eus lakaet ar walenn war he fri hag an droioù-brec'h en he daouarn. 48 48 Goude-se, on en em stouet hag em eus azeulet an AOTROU, hag em eus benniget an AOTROU, Doue va mestr Abraham, eñ hag en deus va renet eeun da gemer merc'h breur va mestr evit e vab. 49 Bremañ, ma fell deoc'h bezañ dereat ha leal e-keñver va mestr, disklêriit din; er c'hontrol, disklêriit din hag e troin a-zehou pe a-gleiz. 50 Laban ha Betuel a respontas hag a lavaras : An dra a zeu a-berzh an AOTROU, ne c'hellomp lavarout dit na fall na mad. 51 Setu, Rebeka a zo dirazout, kemer anezhi ha kae, ha ra vo gwreg mab da vestr evel m'en deus lavaret an AOTROU. 52 Adalek m'en doa servijer Abraham klevet ar gerioù-se, en em stouas d'an douar dirak an AOTROU. 53 Ar servijer a dennas traoù arc'hant, traoù aour ha dilhad, hag o roas da Rebeka. Reiñ a reas ivez traoù prizius d'he breur ha d'he mamm. 54 Neuze e tebrjont hag ec'h evjont, eñ hag an dud a oa gantañ, hag e tremenjont an noz eno. Sevel a rejont an deiz war-lerc'h, hag ar servijer a lavaras : Kasit ac'hanon da'm mestr. 55 He breur hag he mamm a lavaras : Ra chomo ar plac'h yaouank ganeomp un nebeud deizioù, dek devezh. Neuze ez aio. 56 Eñ a lavaras dezho : Na zaleit ket ac'hanon, pa en deus an AOTROU benniget va beaj. Kasit ac'hanon kuit evit ma'z in da gavout va mestr. 57 Neuze e lavarjont : Galvomp ar plac'h yaouank ha goulennomp outi hec'h ali. 58 Gervel a rejont eta Rebeka hag e lavarjont dezhi : Ha fellout a ra dit mont gant an den-mañ ? Hag e respontas : Mont a rin. 59 Neuze e lezjont Rebeka o c'hoar da vont gant he magerez, gant servijer Abraham hag e dud. 60 Bennigañ a rejont Rebeka hag e lavarjont dezhi : O hor c'hoar, bez mamm da viliadoù a zekviliadoù ha ra zalc'ho da lignez dor hec'h enebourien. 61 Rebeka hag he mitizhien a savas, a bignas war ar c'hañvaled hag a heulias an den-mañ. Ar servijer a gemeras Rebeka hag a yeas en hent. 62 Izaak a zistroe eus Beer-Lahai-Roi (= puñs an hini a vev hag am gwel) hag a chome e bro ar C'hreisteiz. 63 Izaak, o vezañ aet da brederiañ er parkeier d'an abardaez, a savas e zaoulagad, a sellas, ha setu kañvaled a errue. 64 Rebeka a savas he daoulagad, a welas Izaak hag a ziskennas diwar ar c'hañval. 65 Lavarout a reas d'ar servijer : Piv eo an den-se a zeu er parkeier a-raok deomp ? Ar servijer a respontas : Va mestr eo. Hag e kemeras he gouel hag en em c'holoas. 66 Ar servijer a lavaras da Izaak an holl draoù en doa graet. 67 Izaak a gasas anezhi e teltenn Sara e vamm. Kemer a reas Rebeka a zeuas da vezañ e wreg, hag e karas anezhi. Izaak a voe frealzet goude marv e vamm. Pennad 25 Marv Abraham. Diskennidi Abraham. Ezaü a werzh e henañded 1 Abraham a gemeras ur wreg all anvet Ketura, 2 a c’hanas dezhañ Zimran, Jokshan, Medan, Madian, Jishbak ha Shuak. 3 Jokshan a voe tad da Seba ha Dedan. Mibien Dedan a voe an Ashurimed, al Letushimed hag al Leummimed. 4 Mibien Madian a voe Efa, Efer, Hanok, Abida hag Eldaa. Ar re-se holl a zo mibien Ketura. 5 Abraham a roas da Izaak kement en doa. 6 Ober a reas profoù da vibien e adwragez hag e kasas anezho, e-pad e vuhez, pell diouzh e vab Izaak etrezek bro ar Sav-heol. 7 Deizioù bloavezhioù buhez Abraham a voe kant pemzek vloaz ha tri-ugent. 8 Abraham a zianalas hag a varvas en ur gozhni gaer, oadet ha gwalc’het a zeizioù, hag e voe dastumet etrezek e bobloù. 9 E vibien Izaak hag Ismael a sebelias anezhañ e kev Makpela, e park Efron mab Zohar an Hitit, a zo dirak Mamre, 10 ar park en doa prenet Abraham digant bugale Hed. Eno eo e voe sebeliet Abraham gant Sara e wreg. 11 Goude marv Abraham, Doue a vennigas Izaak e vab. Hag Izaak a chomas tost da Veer-Lahai-Roi (= puñs an hini a vev hag am gwel). 12 Setu lignez Ismael mab Abraham, an hini he doa Agar an Ejipsianez matezh Sara ganet da Abraham. 13 Setu anvioù mibien Ismael, o anvioù hervez o urzh a c’hanedigezh : Nebajod kentañ-ganet Ismael, Kedar, Adbeel, Mibsam, 14 Mishma, Duma, Masa, 15 Hadad, Tema, Jetur, Nafish ha Kedma. 16 Ar re-se eo mibien Ismael, hag ar re-se eo o anvioù hervez o c’hêriadennoù hag o c’hlozier. Ar re-se a voe an daouzek priñs eus o fobloù. 17 Bloavezhioù buhez Ismael a voe kant seizh vloaz ha tregont. Neuze e tianalas hag e varvas, hag e voe dastumet etrezek e bobloù. 18 E vibien a chomas adalek Havila betek Shur, a zo dirak an Ejipt pa’z eer war-zu Asiria. Diazezañ a reas dirak e holl vreudeur. 19 Setu lignez Izaak mab Abraham. Abraham a voe tad da Izaak. 20 Izaak a oa oadet a zaou-ugent vloaz pa zimezas da Rebeka merc’h Betuel an Aramean eus Paddan-Aram, c’hoar Laban an Aramean. 21 Izaak a aspedas an AOTROU evit e wreg, rak houmañ a oa gaonac’h. An AOTROU a voe aspedet gantañ ha Rebeka e wreg a goñsevas. 22 Ar vugale en em vounte enni hag hi a lavaras : Mar d-eo evel-se, perak ez on-me ? Hag ez eas da c’houlenn kuzul an AOTROU. 23 An AOTROU a lavaras : Div vroad a zo en da gof ha div bobl en em lodenno o tont ac’hanout. Unan eus ar pobloù-se a vo kreñvoc’h eget egile, hag an hini vrasañ a servijo an hini vihanañ. 24 Hec’h amzer da wilioudiñ en em gavas; ha setu ma oa gevelled en he c’hof. 25 An hini a zeuas er-maez da gentañ a oa rous penn-da-benn evel ur vantell vlev, hag e c’halvjont anezhañ Ezaü. 26 Goude, e teuas e vreur er-maez o terc’hel seul Ezaü, hag e voe galvet Jakob. Izaak a oa oadet a dri-ugent vloaz pa voent ganet. 27 Ar vugale a greskas. Ezaü a zeuas da vezañ ur chaseour ijinus, un den a-ziwar ar maez, met Jakob a oa peoc’hius, oc’h en em zerc’hel en deltennoù. 28 Izaak a gare Ezaü rak e tebre eus e jiber, met Rebeka a gare Jakob. 29 Evel ma poazhe Jakob legumaj, Ezaü a zeuas eus ar maezioù hag e oa skuizh. 30 Ezaü a lavaras da Jakob : Ro din, me az ped, da zebriñ eus ar rouz-se, rak gwall skuizh on. Setu perak e oa galvet Edom (= rous). 31 Met Jakob a lavaras : Gwerzh din da gentañ da henañded. 32 Ezaü a lavaras : Setu, ez an da vervel, da betra e servijo din an henañded ? 33 Jakob a lavaras dezhañ : Tou din da gentañ. Hag e touas dezhañ hag e werzhas e henañded da Jakob. 34 Jakob a roas da Ezaü bara ha legumaj piz-rous, hag e tebras hag ec'h evas. Neuze e savas hag ez eas kuit. Evel-se Ezaü a zisprizas an henañded. Pennad 26 Abimelek 1 Bez' e voe un naonegezh er vro-se, ouzhpenn an hini gentañ a oa bet en amzer Abraham. Izaak a yeas etrezek Abimelek roue ar Filistined, da C'herar. 2 An AOTROU en em ziskouezas dezhañ hag a lavaras dezhañ : Na ziskenn ket en Ejipt, chom er vro a lavarin dit. 3 Chom er vro-mañ, ha me a vo ganit hag a vennigo ac'hanout. Rak reiñ a rin dit ha da'z lignez an holl vroioù-se hag e rin hervez al le am eus graet da Abraham da dad. 4 Kreskiñ a rin da lignez evel stered an neñvoù hag e roin da'z lignez an holl vroioù-se. Holl bobloù ar bed a vo benniget en da lignez, 5 dre m'en deus Abraham sentet ouzh va mouezh ha miret ar pezh am boa urzhiet dezhañ, va gourc'hemennoù, va reolioù ha va lezennoù. 6 Izaak a chomas eta e Gerar. 7 Pa c'houlenne tud al lec'h-se diwar-benn e wreg, e lavare : Va c'hoar eo. Rak aon en doa da lavarout : Va gwreg eo. Rak e lavare : Va lazhfe tud al lec'h-se en abeg da gaerded dremm Rebeka. 8 C'hoarvezout a reas p'en doe tremenet un amzer pell a-walc'h eno, ma sellas Abimelek roue ar Filistined dre ar prenestr, hag e welas Izaak o c'hoari gant Rebeka e wreg. 9 Abimelek a c'halvas Izaak hag a lavaras dezhañ : Anat eo penaos eo da wreg. Perak ec'h eus lavaret : Va c'hoar eo ? Izaak a respontas dezhañ : Komzet em eus evel-se rak aon am eus bet na vijen lazhet en abeg dezhi. 10 Abimelek a lavaras : Petra ac'h eus graet deomp ? War-vete nebeut unan bennak eus ar bobl en dije kemeret da wreg hag hol lakaet kablus. 11 Abimelek a roas an urzh-mañ d'an holl bobl : An hini a stoko ouzh an den-se pe ouzh e wreg a vo lakaet da varv. 12 Izaak a hadas en douar-se, hag e tastumas er bloaz-se kant kemend-all rak an AOTROU e vennigas. 13 An den-se a zeuas da vezañ bras, hag ez ae bepred en ur greskiñ betek ma teuas da vezañ gwall binvidik. 14 Bez' en doe tropelloù deñved ha tropelloù ejened, hag un niver bras a servijerien. Ar Filistined o doe gwarizi outañ, 15 hag e leugnjont an holl buñsoù toullet gant servijerien e dad en amzer Abraham e dad. Ar Filistined o leunias gant douar hag o stouvas. 16 Abimelek a lavaras da Izaak : Kae kuit ac'hann, rak deuet out da vezañ kalz galloudusoc'h egedomp. 17 Izaak a yeas kuit, a gampas e traonienn Gerar hag a chomas enni. 18 Izaak a doullas eno a-nevez puñsoù dour a oa bet toullet en amzer Abraham e dad hag a oa bet stouvet gant ar Filistined goude marv Abraham, hag e roas dezho an hevelep anvioù evel m'en doa roet e dad. 19 Servijerien Izaak a doullas er blaenenn, hag e kavjont enni ur puñs dour bev. 20 Mesaerien Gerar a glaskas tabut ouzh mesaerien Izaak, o lavarout : An dour a zo deomp. Gervel a reas ar puñs Esek (= tabut) dre m'o doa stourmet gantañ. 21 Ur puñs all a doulljont, hag evitañ ivez e klaskjont tabut. Gervel a reas anezhañ Sitna (= tamall) 22 Mont a reas ac'hane hag e toullas ur puñs all, na glaskjont ket tabut evitañ. Gervel a reas anezhañ Rehobod (= tachad ledan), hag e lavaras : Bremañ eo en deus an AOTROU ledanaet deomp, hag e kreskimp er vro. 23 Ac'hane e pignas da Veer-Sheba. 24 An AOTROU en em ziskouezas dezhañ en noz-se hag a lavaras dezhañ : Me eo Doue Abraham da dad. Na'z pez ket aon, rak e vin ganit hag e vennigin ac'hanout hag e kreskin da lignez abalamour da Abraham va servijer. 25 Sevel a reas eno un aoter hag e c'halvas anv an AOTROU; eno e fichas e deltenn. Servijerien Izaak a doullas eno ur puñs. 26 Abimelek a zeuas d'e gavout eus Gerar, gant Ahuzad e vignon, ha Pikol penn e arme. 27 Izaak a lavaras dezho : Perak e teuit etrezek ennon, pa gasait ac'hanon ha pa hoc'h eus va c'haset kuit eus ho touez ? 28 Respont a rejont : Gwelout a reomp sklaer emañ an AOTROU ganit, hag e lavaromp : Ra vo ul le etrezomp, etre ni ha te, ha greomp un emglev ganit ! 29 Tou na ri droug ebet deomp, evel ma n'hon eus ket stoket ouzhit ha ma n'hon eus graet dit nemet vad ha ma hon eus da lezet da vont e peoc'h. Benniget out bremañ gant an AOTROU. 30 Ur fest a reas dezho, hag e tebrjont hag ec'h evjont. 31 Sevel a rejont beure-mat hag e rejont leoù an eil d'egile. Izaak o c'hasas war o c'hiz hag ez ejont kuit e peoc'h. 32 Erruout a reas en hevelep deiz, ma teuas servijerien Izaak da reiñ keloù dezhañ diwar-benn ar puñs o doa toullet, hag e lavarjont dezhañ : Kavet hon eus dour. 33 Gervel a reas anezhañ Shiba (= le). Setu perak eo kêr anvet Beer-Sheba (= puñs al le) betek hiziv. 34 Ezaü, oadet a zaou-ugent vloaz, a gemeras da wragez Judid merc'h Beeri an Hitit ha Basmad merc'h Elon an Hitit. 35 Ar re-mañ a voe ur c'hwervder a spered da Izaak ha Rebeka. Pennad 27 Jakob a zo benniget gant Izaak 1 Erruout a reas, pa oa deuet Izaak da vezañ kozh hag e zaoulagad re zinerzh evit gwelout, ma c'halvas Ezaü e vab henañ ha ma lavaras dezhañ : Va mab ! Eñ a respontas : Setu me amañ ! 2 Lavarout a reas : Setu ez on kozh ha n'anavezan ket deiz va marv. 3 Bremañ eta, kemer, me az ped, da armoù, da glaouier ha da wareg, ha kae war ar maezioù ha kemer din ur jiber. 4 Fich din ur meuz mat evel ma karan, degas anezhañ din evit m'en debrin; ha ma vennigo va ene ac'hanout a-raok ma varvin. 5 Rebeka a selaoue e-pad ma komze Izaak d'e vab Ezaü. Ezaü a yeas eta war ar maezioù da chaseal jiber ha d'e zegas. 6 Rebeka a gomzas da Jakob e vab hag a lavaras dezhañ : Setu, klevet em eus da dad o komz gant Ezaü da vreur hag o lavarout dezhañ : 7 Degas din jiber ha fich din ur meuz mat evit m'en debrin, ha ma vennigin ac'hanout dirak an AOTROU a-raok ma varvin. 8 Bremañ eta, va mab, sent ouzh va mouezh er pezh ez an da c'hourc'hemenn dit. 9 Kae da gemer din en tropell daou venn-gavr mat ha me a ficho da'z tad ur meuz mat evel ma plij dezhañ. 10 Te en kaso da'z tad evit ma tebro ha ma vennigo ac'hanout a-raok e varv. 11 Jakob a respontas da Rebeka e vamm : Setu, Ezaü va breur a zo blevek ha me n'on ket. 12 Marteze va zad a dastorno ac'hanon hag am c'hemero evel un toueller, hag e tennin warnon e vallozh ha nann e vennozh. 13 E vamm a lavaras dezhañ : Ra vo da vallozh warnon, va mab. Sent ouzh va mouezh ha kae da gerc'hat anezho. 14 Mont a reas eta d'o c'herc'hat hag o degasas d'e vamm. Hi a fichas ar meuz mat evel ma plije d'e dad. 15 Neuze Rebeka a gemeras kaerañ dilhad Ezaü he mab henañ, he doa en he c'hichen en ti, hag o gwiskas da Jakob he mab yaouankañ. 16 Gant kroc'hen ar menned-gavr e c'holoas e zaouarn hag e c'houzoug a oa hep blev. 17 Lakaat a reas ar meuz mat hag ar bara he doa fichet e dorn Jakob he mab. 18 Dont a reas da gavout e dad hag e lavaras : Va zad ! Eñ a respontas : Setu me amañ ! Piv out, va mab ? 19 Jakob a lavaras d'e dad : Me eo Ezaü da vab henañ. Graet em eus ar pezh ac'h eus gourc'hemennet din. Sav, me az ped, azez ha debr eus va jiber evit ma vennigo da ene ac'hanon. 20 Izaak a lavaras d'e vab : Penaos ec'h eus kavet ken buan, va mab ? Eñ a lavaras : An AOTROU da Zoue en deus lakaet ac'hanon d'e gavout. 21 Izaak a lavaras da Jakob : Tosta, ma tastornin ac'hanout va mab. Ha te eo va mab Ezaü pe n'out ket ? 22 Jakob a dostaas eta ouzh Izaak e dad. Eñ a dastornas anezhañ hag a lavaras : Ar vouezh eo mouezh Jakob, met an daouarn eo daouarn Ezaü. 23 N'anaveze ket anezhañ rak e zaouarn a oa blevek evel daouarn Ezaü e vreur, hag e vennigas anezhañ. 24 Lavarout a reas : Te eo va mab Ezaü ? Hemañ a respontas : Me eo. 25 Neuze e lavaras : Servij ac'hanon evit ma tebrin eus jiber va mab ha ma vennigo va ene ac'hanout. Hag e servijas anezhañ, hag e tebras. Degas a reas dezhañ ivez gwin, hag ec'h evas. 26 Neuze Izaak e dad a lavaras : Tosta ha pok din, va mab. 27 Tostaat a reas hag e pokas dezhañ. Izaak a c'hwesaas c'hwezh e zilhad hag a vennigas anezhañ, o lavarout : Setu, c'hwezh va mab a zo evel ur park benniget gant an AOTROU. 28 Ra roio Doue dit glizhenn an neñvoù ha druzoni an douar, hag ur fonnder a winizh hag a win ! 29 Ra servijo pobloù ac'hanout ha ra en em stouo broadoù dirazout ! Bez mestr da vreudeur ha ra en em stouo mibien da vamm dirazout ! Ra vo milliget piv bennak az milligo, ha ra vo benniget piv bennak az pennigo ! 30 Erruout a reas, kerkent evel m'en doa Izaak echuet da vennigañ Jakob ha ma oa Jakob a-boan aet a-zirak Izaak e dad, ma tistroas Ezaü e vreur eus ar chase. 31 Eñ a fichas ivez ur meuz mat, a zegasas anezhañ d'e dad hag a lavaras dezhañ : Ra savo va zad ha ra zebro eus jiber e vab evit ma vennigo da ene ac'hanon. 32 Izaak e dad a lavaras dezhañ : Piv out ? Hag e lavaras : Me eo da vab kentañ-ganet, Ezaü. 33 Izaak a grenas gant un trid-kalon hag a lavaras : Piv eta eo an hini en deus kemeret jiber ha degaset din ? Debret em eus a bep tra a-raok ma teujout, hag em eus e venniget hag e vo benniget. 34 Adalek ma klevas Ezaü komzoù e dad, e laoskas ur griadenn gwall vras ha gwall c'hwerv, hag e lavaras d'e dad : Bennig ac'hanon-me ivez, va zad. 35 Hemañ a lavaras : Da vreur a zo deuet dre douellerezh hag en deus kemeret da vennozh. 36 Ezaü a lavaras : Abalamour ma'z eo anvet Jakob eo en deus div wech distroadet ac'hanon ? Kemeret en deus va henañded, ha setu bremañ e kas gantañ va bennozh. Neuze e lavaras : Ha ne'c'h eus ket miret bennozh ebet evidon ? 37 Izaak a respontas hag a lavaras da Ezaü : Setu, e lakaet em eus da vestr dit ha roet em eus dezhañ e holl vreudeur evel servijerien hag e bourvezet em eus a winizh hag a win. Ha petra a rafen eta evidout, va mab ? 38 Ezaü a lavaras d'e dad : Ha ne'c'h eus nemet ar vennozh-se, va zad ? Bennig ac'hanon ivez, va zad ! Ezaü a savas e vouezh hag a ouelas. 39 Izaak e dad a respontas hag a lavaras dezhañ : Setu, da chomlec'h a vo eus druzoni an douar hag eus glizhenn an neñvoù d'an nec'h. 40 Bevañ a ri eus da gleze ha servijañ a ri da vreur, met c'hoarvezout a raio, evel ma vi redus, ma torri e yev a-zivar c'horre da c'houzoug. 41 Ezaü a gasaas Jakob abalamour d'ar vennozh en doa e dad roet dezhañ. Hag Ezaü a lavaras en e galon : Deizioù kañv va zad a dosta hag e lazhin Jakob va breur. 42 Lavaret e voe da Rebeka komzoù Ezaü he mab henañ, hag e kasas da c'hervel Jakob he mab yaouankañ hag e lavaras dezhañ : Setu, Ezaü da vreur a fell dezhañ en em veñjiñ en ur lazhañ ac'hanout. 43 Bremañ eta, va mab, sent ouzh va mouezh. Sav, tec'h etrezek Laban va breur, da Charan. 44 Chom a ri gantañ un nebeud amzer betek ma vo tremenet kounnar da vreur, 45 betek ma vo fulor da vreur distroet diouzhit ha m'en devo ankounac'haet ar pezh ac'h eus graet dezhañ. Neuze e kasin da'z kerc'hat ac'hane. Perak e vefen forc'het ac'hanoc'h ho-taou en hevelep deiz ? 46 Rebeka a lavaras da Izaak : Dic'hoantaet on eus ar vuhez abalamour da verc'hed Hed. Mar kemer Jakob e-touez merc'hed Hed, e-touez merc'hed ar vro, ur wreg evel ar re-se, da betra e servij din ar vuhez ? Pennad 28 Jakob e Paddan-Aram. Huñvre Jakob 1 Izaak a c'halvas Jakob, a vennigas anezhañ hag a c'hourc'hemennas dezhañ, o lavarout : Ne gemeri ket ur wreg e-touez merc'hed Kanaan. 2 Sav, kae da Baddan-Aram, da di Betuel tad da vamm, ha kemer ur wreg ac'hane e-touez merc'hed Laban breur da vamm. 3 Ra vennigo an Doue holl-c’halloudek ac’hanout ha ra lakaio ac’hanout da vezañ frouezhus ha da greskiñ ha ra zeui un niver bras a bobloù. 4 Ra roio dit bennozh Abraham, dit ha da’z lignez ganit, evit ma vo dit ar vro emaout enni hag en deus Doue roet da Abraham ! 5 Neuze Izaak a gasas Jakob. Hemañ a yeas da Baddan-Aram etrezek Laban mab Betuel an Aramean breur Rebeka, mamm Jakob hag Ezaü. 6 Ezaü a welas penaos Izaak en doa benniget Jakob, en doa e gaset da Baddan-Aram evit kemer ur wreg eno hag, en ur vennigañ anezhañ, en doa gourc'hemennet dezhañ, o lavarout : Ne gemeri ket ur wreg a-douez merc'hed Kanaan. 7 Gwelout a reas en doa Jakob sentet ouzh e dad hag ouzh e vamm, hag e oa aet da Baddan-Aram. 8 Ezaü, o welout eta e tisplije merc'hed Kanaan da Izaak e dad, 9 a yeas da gavout Ismael hag a gemeras evel gwreg, ouzhpenn ar gwragez en doa, Mahalad merc'h Ismael mab Abraham ha c'hoar Nebajod. 10 Jakob a guitaas Beer-Sheba hag a yeas da Charan. 11 Erruout a reas en ul lec'h ma tremenas an noz ennañ, dre ma oa kuzhet an heol. Kemer a reas eta unan eus ar vein al lec'h-se evel plueg hag e kouskas el lec'h-se. 12 Neuze en doe un huñvre. Setu, ur skeul a oa kempennet war an douar hag he fenn a stoke an neñvoù, ha setu, aeled Doue a bigne hag a ziskenne drezi. 13 Ha setu, an AOTROU en em zalc'he a-us dezhi hag a lavaras : Me eo an AOTROU, Doue Abraham da dad ha Doue Izaak. An douar ma'z out gourvezet warni a roin dit ha da'z lignez. 14 Da lignez a vo evel poultr an douar; hag en em strewi er c'huzh-heol hag er sav-heol, en hanternoz hag er c'hreisteiz, hag holl diegezhioù an douar a vo benniget ennout hag en da lignez. 15 Setu, me a zo ganit hag e tiwallin ac'hanout e kement lec'h ma'z i, hag e tegasin ac'hanout er vro-mañ rak ne zilezin ket ac'hanout ken em bo graet ar pezh am eus lavaret. 16 Jakob a zihunas eus e gousk hag a lavaras : A-dra-sur, an AOTROU a zo el lec'h-mañ ha ne ouien netra a-se ! 17 Aon en doe hag e lavaras : Pegen spontus eo al lec'h-mañ. Amañ eo emañ ti Doue, hag amañ emañ dor an neñvoù ! 18 Jakob a savas beure-mat hag a gemeras ar maen en doa tapet evel plueg, en lakaas en e sav evel ur peul hag e skuilhas eoul war e benn. 19 Gervel a reas al lec'h-se Betel (= ti Doue). Met diagent, anv ar gêr a oa Luz. 20 Jakob a reas ur gouestl, o lavarout : Ma vez Doue ganin, ma tiwall ac'hanon er veaj a ran, ma ro bara din da zebriñ ha dilhad da wiskañ, 21 ha ma tistroan e peoc'h da di va zad, an AOTROU a vo va Doue 22 hag ar maen-mañ am eus lakaet en e sav evel ur peul a vo ti Doue; hag eus kement a roi din, e roin dit an deog gant lealded. Pennad 29 Jakob en em gav gant Rachel hag en em ro e servij Laban 1 Jakob en em lakaas en hent hag a yeas da vro mibien ar Sav-heol. 2 Sellout a reas ha setu, e welas ur puñs er parkeier; ha setu, e oa tri bagad deñved gourvezet e-kichen, rak eno e veze douraet an tropelloù. Ar maen a c'holoe genoù ar puñs a oa bras. 3 An holl dropelloù en em zastume eno. Neuze e veze ruilhet ar maen a-ziwar c'horre genoù ar puñs hag e veze douraet an tropelloù, ha goude e veze lakaet ar maen en e lec'h war genoù ar puñs. 4 Jakob a lavaras dezho : Va breudeur, a-belec'h emaoc'h ? Hag e responjont : Eus Charan emaomp. 5 Lavarout a reas dezho : Hag anavezout a rit Laban mab Nakor ? Hag e responjont : Anavezout a reomp anezhañ. 6 Lavarout a reas dezho : Ha yac'h eo ? Hag e respontjont : Yac'h eo ha setu Rachel e verc'h o tont gant an deñved. 7 Lavarout a reas : Setu eo c'hoazh deiz bras, n'emañ ket ar c'houlz da zastum al loened. Dourait an deñved hag o c'hasit de beuriñ. 8 Hag e responjont : Ne c'hellomp ket betek ma vo an holl dropelloù dastumet. Neuze e vez ruilhet ar maen a-ziwar c'horre genoù ar puñs hag e touraomp an deñved. 9 Evel ma komze c'hoazh ganto, Rachel a erruas gant deñved he zad, rak mesaerez e oa. 10 Adalek ma welas Jakob Rachel merc'h Laban breur e vamm, ha deñved Laban breur e vamm, e tostaas, e ruilhas ar maen a-ziwar c'horre genoù ar puñs, hag e touraas tropell Laban breur e vamm. 11 Jakob a bokas da Rachel hag, o sevel e vouezh, en em lakaas da ouelañ. 12 Jakob a lavaras da Rachel e oa kar d'he zad hag e oa mab Rebeka. Hi a redas da lavarout kement-se d'he zad. 13 Kerkent ha ma klevas Laban komz diwar-benn Jakob mab e c'hoar, e redas d'e gavout, e vriataas anezhañ, e pokas dezhañ hag e lakaas anezhañ da zont en e di. Jakob a lavaras da Laban an holl draoù-se. 14 Laban a lavaras dezhañ : A-dra-sur, te a zo va askorn ha va c'hig. Hag e chomas gantañ e-pad ur miz. 15 Neuze Laban a lavaras da Jakob : Ha va serviji evit netra dre ma'z out va breur ? Lavar din pehini e vo da c'hopr. 16 Laban en doa div verc'h, an hini henañ a veze galvet Lea hag an hini yaouankañ Rachel. 17 Lea he doa daoulagad tener, Rachel a oa a vent vrav ha koant a zremm. 18 Jakob a gare Rachel. Lavarout a reas : Da servijañ a rin seizh vloaz evit Rachel, da verc'h yaouankañ. 19 Laban a lavaras : Gwelloc'h eo din he reiñ dit eget he reiñ da unan all. Chom ganin. 20 Jakob a servijas eta seizh vloaz evit Rachel, ha n'o c'havas nemet un nebeud devezhioù dre ma kare anezhi. 21 Ha Jakob a lavaras da Laban : Ro din va gwreg, rak echu eo va amzer hag ez in daveti. 22 Laban a zastumas holl dud al lec'h-se hag a reas ur fest. 23 Da noz, e kemeras Lea e verc'h, he c'hasas da Jakob, hag hemañ a zeuas daveti. 24 Laban a roas e vatezh Zilpa evel matezh da Lea e verc'h. 25 Met antronoz, setu e oa Lea. Jakob a lavaras da Laban : Petra ac'h eus graet din ? Ha n'eo ket evit Rachel em eus servijet ac'hanout ? Perak ec'h eus touellet ac'hanon ? 26 Laban a lavaras : N'eo ket ar c'hiz el lec'h-mañ reiñ an hini yaouankañ a-raok an hini henañ. 27 Echu ar sizhunvezh gant houmañ hag e roimp dit ivez eben, evit ar servij a ri c'hoazh amañ e-pad seizh vloaz all. 28 Jakob a reas evel-se, echuiñ a reas ar sizhunvezh gant houmañ. Neuze Laban a roas dezhañ Rachel e verc'h da wreg. 29 Laban a roas e vatezh Bilha evel matezh da Rachel e verc'h. 30 Dont a reas ivez davet Rachel hag e karas Rachel muioc'h eget Lea. Hag e servijas e ti Laban c'hoazh seizh vloaz all. 31 An AOTROU, o welout e oa Lea kasaet, a zigoras he mammog, met Rachel a oa gaonac'h. 32 Lea a goñsevas hag a c'hanas ur mab, hag en galvas Ruben (= gwelet en deus va glac'har), rak e lavaras : An AOTROU en deus sellet ouzh va glac'har ha bremañ va ozhac'h a garo ac'hanon. 33 Koñseviñ a reas c'hoazh hag e c'hanas ur mab, hag e lavaras : An AOTROU en deus klevet e oan kasaet hag en deus c'hoazh roet din hemañ. Hag e c'halvas anezhañ Simeon (= klevet en deus). 34 Koñseviñ a reas c'hoazh hag e c'hanas ur mab, hag e lavaras : Ar wech-mañ va ozhac'h a stago ouzhin, rak ganet em eus dezhañ tri mab. Dre-se e voe galvet Levi (= staget ouzh). 35 Koñseviñ a reas c'hoazh hag e c'hanas ur mab, hag e lavaras : Ar wech-mañ e veulin an AOTROU. Dre-se e c'halvas anezhañ Juda (= meuleudi). Hag e paouezas da gaout bugale. Pennad 30 Bugale Jakob. Darempredoù Jakob gant Laban. 1 Pa welas Rachel ne roe ket a vugale da Jakob, he doe gwarizi ouzh he c'hoar hag e lavaras da Jakob : Ro din bugale, pe anez e varvin ! 2 Kounnar Jakob en em danas a-enep Rachel hag e lavaras : Ha bez' on-me e-lec'h Doue, an Hini n'en deus ket roet dit a frouezh ? 3 Hi a lavaras : Setu va matezh Bilha. Kae daveti hag e c'hano war va barlenn, hag em bo ivez bugale drezi. 4 Reiñ a reas eta dezhañ Bilha he matezh da wreg, ha Jakob a yeas daveti. 5 Bilha a goñsevas hag a c'hanas ur mab da Jakob. 6 Rachel a lavaras : Doue en deus barnet ac'hanon hag en deus selaouet va mouezh o reiñ din ur mab. Dre-se e c'halvas anezhañ Dan (= barner). 7 Bilha matezh Rachel a goñsevas c'hoazh hag a c'hanas un eil mab da Jakob. 8 Rachel a lavaras : Va lakaet en deus Doue da stourm ouzh va c'hoar hag em eus trec'het. Hag e c'halvas anezhañ Neftali (= va gouren). 9 Lea, o welout he doa paouezet da gaout bugale, a gemeras Zilpa he matezh hag he roas da Jakob da wreg. 10 Zilpa matezh Lea a c'hanas ur mab da Jakob. 11 Lea a lavaras : Pebezh taol-chañs ! Hag e c'halvas anezhañ Gad (= chañs vat). 12 Zilpa matezh Lea a c'hanas un eil mab da Jakob. 13 Lea a lavaras : Pegen eürus on ! Rak ar merc'hed a lavaro ac'hanon eürus. Hag e c'halvas anezhañ Aser (= eürus). 14 Ruben a yeas er-maez da vare eost an ed, a gavas mandragonoù er parkeier hag o degasas da Lea e vamm. Ha Rachel a lavaras da Lea : Ro din, me az ped, eus mandragonoù da vab. 15 Hi a respontas dezhi : Ha nebeut eo dit bezañ kemeret va fried, ma fell dit c'hoazh kemer mandragonoù va mab ? Ha Rachel a lavaras : Ac'hanta ! Ra gousko ganit en nozvezh-mañ evit mandragonoù da vab. 16 Pa zistroas Jakob eus ar parkeier d'an abardaez, Lea a yeas en arbenn dezhañ hag a lavaras : Te a zeuio ganin-me, rak da c'hopraet em eus evit mandragonoù va mab. Hag e kouskas ganti en noz-se. 17 Doue a selaouas Lea, hag e koñsevas hag e c'hanas ur pempvet mab da Jakob. 18 Lea a lavaras : Doue en deus roet din va gopr evit bezañ roet va matezh da'm fried. Hag e c'halvas anezhañ Isakar (= ur gopr a zo). 19 Lea a goñsevas c'hoazh hag a c'hanas ur c'hwec'hvet mab da Jakob. 20 Lea a lavaras : Doue en deus roet un donezon brav din. Ar wech-mañ va ozhac'h a chomo ganin, rak roet em eus c'hwec'h mab dezhañ. Hag e c'halvas anezhañ Zabulon (= annez). 21 Goude e c'hanas ur verc'h, hag e c'halvas anezhi Dina (= barnedigezh). 22 Doue en doe soñj eus Rachel, ha Doue he selaouas hag a zigoras he mammog. 23 Koñseviñ a reas hag e c'hanas ur mab, hag e lavaras : Doue en deus lamet va mezhegezh. 24 Hag e c'halvas anezhañ Jozef (= ouzhpenn e roio), o lavarout : Ra roio an AOTROU din ur mab all ! 25 Pa he doe Rachel ganet Jozef, Jakob a lavaras da Laban : Va lez da vont evit ma tistroin da'm bro, e-barzh va douar. 26 Ro din va gwragez ha va bugale, em eus da servijet evito, hag ez in kuit, rak te a oar ar servij am eus graet evidout. 27 Laban a lavaras dezhañ : Ra gavin trugarez dirak da zaoulagad, rak anavezet em eus en deus an AOTROU va benniget abalamour dit, 28 dibab da-unan da c'hopr, hag en roin dit. 29 Eñ a lavaras dezhañ : Anavezout a rez penaos em eus da servijet hag ar pezh eo deuet da vezañ da loened ganin-me. 30 Rak ar pezh az poa a-raok din a oa nebeut a dra, met abaoe e oa gwall gresket hag an AOTROU en deus da venniget war va roudoù. Ha bremañ, pegoulz e labourin ivez evit va zi ? 31 Laban a lavaras dezhañ : Petra a roin dit ? Jakob a respontas : Ne roi netra din. Mesa a rin c'hoazh da dropell hag o diwallin mar rez kement-mañ evidon : 32 tremen a rin hiziv e-touez da holl dropell, o lemel eus o zouez pep loen brizh ha marellet ha pep loen du a-douez an oaned, hag ar re a zo marellet ha brizh a-douez ar givri; hennezh a vo va gopr. 33 Va eeunder a roio testeni din en amzer da zont dirazout, pa zeui da anavezout va gopr. Kement na vo ket brizh pe varellet e-touez ar givri, ha du e-touez an oaned, a vo bet laeret ganin. 34 Neuze Laban a lavaras : Ac'hanta ! Ra vo evel ma ec'h eus lavaret. 35 En deiz-se, e lamas ar bouc'hed barrennet ha marellet, an holl c'hivri brizh ha marellet. Kement a oa gwenn ennañ ha kement a oa du e-touez an oaned, o lakaat a reas etre daouarn e vibien. 36 Lakaat a reas ur pennad-hent a dri devezh etrezañ-eñ ha Jakob. Jakob a vesaas an nemorant eus tropell Laban. 37 Jakob a gemeras skourroù glas a bupli, alamandez ha platan, hag e tibluskas barrennoù gwenn enno, o tizoleiñ ar gwenn a oa er skourroù. 38 Lakaat a reas ar skourroù en doa diblusket dirak an deñved el laouerioù hag en dourlec'hioù e-lec'h ma'z ae an deñved da evañ, hag e teuent da dommañ pa zeuent da evañ. 39 An deñved eta a zeue da dommañ pa welent ar skourroù, hag e c'hanent oanet barrennet, marellet ha brizh. 40 Jakob a lodenne an oaned hag a lakae deñved tropell Laban dirak ar re a oa barrennet ha kement a oa du. Hag e lakae e loened a-gostez, n'o lakae ket e-kichen tropell Laban. 41 Hag e c'hoarveze penaos bep wech ma teue da dommañ ar re greñvañ eus an tropell, Jakob a lakae ar skourroù dirak daoulagad al loened el laouerioù evit ma teujent da dommañ e-kichen ar skourroù. 42 Pa veze gwan an deñved, n'o lakae ket, en hevelep doare ma oa ar re wan da Laban hag ar re greñv da Jakob. 43 An den-se a zeuas da vezañ pinvidikoc'h-pinvidikañ hag en doe un niver bras a loened, mitizhien ha mevelien, kañvaled hag ezen. Pennad 31 Tec'h Jakob; Laban a red war e lerc'h ; o emglev 1 Jakob a glevas komzoù mibien Laban, a lavare : Jakob en deus kemeret kement a oa d'hon tad, hag eus ar pezh a oa d'hon tad eo en deus dastumet an holl binvidigezh-se. 2 Jakob a welas dremm Laban, ha setu, ne oa ken en e geñver evel diagent. 3 An AOTROU a lavaras da Jakob : Distro da vro da dadoù hag etrezek da gerentiezh, ha me a vo ganit. 4 Jakob a gasas da lavarout da Rachel ha da Lea dont d'ar parkeier etrezek an tropell. 5 Lavarout a reas dezho : Gwelout a ran n'eo ken dremm ho tad em c'heñver evel diagent, met Doue va zad a zo bet ganin. 6 C'hwi a oar penaos em eus servijet ho tad gant va holl nerzhioù. 7 Ho tad en deus graet goap ouzhin ha cheñchet dek gwech va gopr, met Doue n'en deus ket e lezet d'ober droug din. 8 Pa lavare evel-se : Ar re vrizh a vo da c'hopr, an holl zeñved a rae oaned brizh. Ha pa lavare evel-se : Ar re varrennet a vo da c'hopr, an holl zeñved a rae oaned barrennet. 9 Doue en deus kemeret loened ho tad evit o reiñ din. 10 Hag e c'hoarvezas d'ar mare ma teue an deñved da dommañ, ma savis va zaoulagad hag e welis en un huñvre penaos ar bouc'hed a c'holoe an deñved a oa barrennet, brizh ha marellet. 11 Ael Doue a lavaras din en un huñvre : Jakob ! Hag e respontis : Setu me amañ ! 12 Lavarout a reas : Sav da zaoulagad ha sell : an holl vouc'hed a c'holo an deñved a zo barrennet, brizh ha marellet, rak gwelet em eus ar pezh a ra Laban dit. 13 Me eo Doue Betel; olevet ec'h eus eno ur peul ha graet din ur gouestl. Bremañ, sav, kae eus ar vro-mañ ha distro da vro da gerentiezh. 14 Rachel ha Lea a respontas hag a lavaras dezhañ : Ha bez' ez eus c'hoazh evidomp ul lod pe un hêrezh e ti hon tad ? 15 Ha n'en deus ket hon istimet evel diavaezidi pa en deus hor gwerzhet ha zoken debret hon arc'hant ? 16 An holl binvidigezh en deus Doue lamet digant hon tad a zo deomp ha d'hor bugale. Bremañ eta, gra kement en deus Doue lavaret dit. 17 Jakob a savas hag a lakaas e wragez hag e vugale da bignat war ar c'hañvaled. 18 Kas a reas gantañ an holl loened hag an holl vadoù en doa dastumet, e loened e-unan en doa dastumet e Paddan-Aram, evit mont da gavout Izaak e dad, da vro Ganaan. 19 Laban a oa aet da douzañ e zeñved ha Rachel a laeras terafim he zad. 20 Jakob a douellas Laban an Aramean, o tremen hep lavarout dezhañ e c'hoantae tec'hout kuit. 21 Tec'hout a reas eta kuit, eñ ha kement a oa dezhañ. Sevel a reas hag e tremenas ar stêr, hag ez eas war-zu Menez Galaad. 22 D'an trede deiz e voe lavaret da Laban e oa aet Jakob kuit. 23 Kemer a reas e vreudeur gantañ hag ez eas war e lerc'h e-pad seizh devezh bale, hag e tapas anezhañ e Menez Galaad. 24 Met Doue a zeuas da gavout Laban an Aramean en un huñvre en noz hag a lavaras dezhañ : Diwall da lavarout netra da Jakob, mat pe fall ! 25 Laban eta a dapas Jakob. Jakob en doa fichet e deltenn war ar menez, Laban a fichas e hini, gant e vreudeur, war Venez Galaad. 26 Laban a lavaras da Jakob : Petra ac'h eus graet ? Touellet ec'h eus ac'hanon ha degaset ec'h eus va merc'hed evel prizonidi a vrezel. 27 Perak ez out aet kuit e kuzh, ec'h eus va zouellet ha ne'c'h eus ket kemennet ac'hanon ? Ambrouget em bije ac'hanout gant levenez ha gant kanaouennoù da son an taboulinig hag an delenn. 28 Ne'c'h eus ket va lezet da bokat da'm mibien na da'm merc'hed ! Graet ec'h eus kement-se gant follentez. 29 Me am eus em daouarn ar galloud d'ober droug deoc'h, met Doue ho tad en deus lavaret din en noz tremenet : Diwall da lavarout netra da Jakob, mat pe fall ! 30 Bremañ ez out aet kuit abalamour ma c'hoantaes adkavout ti da dad, met perak ec'h eus laeret va doueoù ? 31 Jakob a respontas hag a lavaras da Laban : Aon am boa ennon va-unan na'z pije lamet da verc'hed diganin, 32 met an hini a vo kavet da zoueoù gantañ, ne vevo ket. Dirak hor breudeur, sell petra a zo dit em zi ha kemer ganit. Jakob ne ouie ket he doa Rachel o laeret. 33 Laban a yeas e teltenn Jakob, e teltenn Lea hag e teltenn an div vatezh, ha n'o c'havas ket. Neuze ez eas kuit eus teltenn Lea hag ez eas e teltenn Rachel. 34 Rachel he doa kemeret an terafim hag o lakaet e bas ar c'hañval, hag ec'h azezas warno. Laban a furchas an deltenn holl, ha n'o c'havas ket. 35 Lavarout a reas d'he zad : Ra ne fuloro ket va aotrou, met ne c'hellan ket sevel dirazout, rak bez' em eus ar pezh o deus ar gwragez ar c'hiz da gaout. Hag e klaskas met ne gavas ket an terafim. 36 Jakob a yeas droug ennañ hag a dabutas gant Laban. Jakob a gemeras ar gomz hag a lavaras : Pehini eo va faot, pehini eo va fec'hed, evit ma ec'h eus va c'henredet gant kement a daerded ? 37 Furchet ec'h eus va holl draoù ha petra ac'h eus kavet eus holl draoù da di ? Laka anezho amañ dirak va breudeur ha da vreudeur, ha ma varnint etrezomp hon daou. 38 Setu ez on bet ugent vloaz ganit; da zañvadezed ha da c'hivri n'o deus ket diforc'het, ha ne'm eus ket debret maouted da dropell. 39 Ne'm eus ket degaset dit loen diframmet ebet, va-unan am eus gouzañvet ar c'holl anezhi. Eus va dorn e c'houlennes ar pezh laeret en deiz hag ar pezh laeret en noz. 40 Debret e oan gant ar sec'hded e-pad an deiz ha gant ar yenijenn e-pad an noz, hag ar c'housk a bellae eus va zaoulagad. 41 Setu ez on bet ugent vloaz e-barzh da di. Da servijet em eus pevarzek vloaz evit da ziv verc'h ha c'hwec'h vloaz evit da loened, hag ec'h eus cheñchet dek gwech va gopr. 42 Ma ne vije ket bet em zu Doue va zad, Doue Abraham, an hini a zouj Jakob, ez pije bremañ va c'haset kuit dibourvez. Doue en deus sellet ouzh va glac'har ha labour va daouarn, hag en deus da rebechet en noz tremenet. 43 Laban a respontas hag a lavaras da Jakob : Ar merc'hed-se eo va merc'hed, ar vugale-se eo va bugale, an tropelloù-se eo va zropelloù, ha kement a welez a zo din. Ha petra a rin hiziv da'm merc'hed, pe d'ar vugale o deus ganet ? 44 Bremañ eta deus, greomp un emglev a-unvan, ha ra servijo da desteni etrezon-me ha te. 45 Jakob a gemeras ur maen hag en lakaas en e sav evel ur peul. 46 Jakob a lavaras d'e vreudeur : Dastumit mein. Kemer a rejont mein d'ober ur bern hag e tebrjont eno war ar bern. 47 Laban en galvas Jegar-Sahaduta (= bern an testeni en arameeg) ha Jakob en galvas Galeed (= bern an testeni en hebraeg). 48 Laban a lavaras : Ar bern-se a zo un testeni etrezon-me ha te hiziv. Dre-se e voe anvet Galeed, 49 hag ivez Mizpa (= lec'h-evezhiañ), dre ma lavaras Laban : Ra eveshaio an AOTROU etrezon-me ha te pa vimp en em dennet an eil digant egile. 50 Mar gwallgasez va merc'hed ha mar kemerez gwragez all nemet va merc'hed, setu, n'eus den ganeomp met Doue a vo test etrezon-me ha te ! 51 Laban a lavaras da Jakob : Setu ar bern-mañ ha setu ar peul-mañ am eus savet etrezon-me ha te. 52 Ar bern-se a zo test, ar peul-se a zo test, penaos ne dremenin ket ar bern-se etrezek ennout ha penaos ne dremeni ket ar bern hag ar peul-se etrezek ennon evit noazout an eil d'egile. 53 Ra varno etrezomp Doue Abraham, Doue Nakor, Doue o zad ! Jakob a douas dre an Hini a zouje Izaak e dad. 54 Jakob a ginnigas un aberzh war ar menez hag a bedas e vreudeur da zebriñ bara. Debriñ a rejont eta bara hag e tremenjont an noz war ar menez. 55 Laban a savas beure-mat, a bokas d'e vibien ha d'e verc'hed hag o bennigas, hag ez eas. Evel-se, Laban a zistroas d'ar gêr. Pennad 33 Mont a ra Jakob war ziarbenn Ezaü 1 Jakob a savas e zaoulagad hag a sellas. Ha setu, Ezaü a zeue, ha pevar c'hant den gantañ. Neuze e lodennas ar vugale etre Lea, Rachel, hag an div vatezh. 2 Lakaat a reas ar mitizhien gant o bugale da gentañ, Lea gant he bugale da c'houde, Rachel gant Jozef er renk diwezhañ. 3 Evitañ e tremenas a-raok dezho hag en em stouas d'an douar seizh gwech betek ma voe tostaet ouzh e vreur. 4 Ezaü a redas a-raok dezhañ hag a vriatas anezhañ, en em daolas d'e c'houzoug hag a bokas dezhañ, hag e oueljont. 5 Neuze e savas e zaoulagad hag e welas ar gwragez hag ar vugale, hag e lavaras : Piv ac'h eus aze ? Respont a reas : Ar vugale en deus Doue roet da'z servijer. 6 Ar mitizhien a dostaas, int hag o bugale, hag en em stoujont. 7 Lea ivez a dostaas gant he bugale, hag en em stoujont. Ha da c'houde Jozef ha Rachel a dostaas, hag en em stoujont. 8 Ezaü a lavaras : Petra a fell dit ober gant an holl vandenn-se a zo en em gavet ganin ? Respont a reas : Evit kavout trugarez dirak daoulagad va aotrou. 9 Ezaü a lavaras dezhañ : Emaon er fonnusted, va breur, mir ar pezh a zo dit. 10 Jakob a respontas : Nann, da bediñ a ran, mar em eus kavet trugarez dirak da zaoulagad, degemer va frof eus va dorn, peogwir em eus gwelet da zremm evel ma weler dremm Doue, hag ec'h eus va degemeret gant truez. 11 Kemer, me az ped, va frof a zo bet kinniget dit, rak Doue en deus va leuniet a c'hrasoù hag em eus a gement zo. Kement e talc'has warnañ ken en kemeras. 12 Ezaü a lavaras : Deomp, baleomp hag e kerzhin dirazout. 13 Jakob a lavaras dezhañ : Va aotrou a oar penaos ar vugale a zo tener, ha bec'hiet on a zeñved hag a saout a ro da zenañ; ma vint kaset re vuan, an holl zeñved a varvfe. 14 Ra dremeno va aotrou, me az ped, a-raok e servijer. Me a yelo gwall c'houstadik diouzh paz ar chatal a zo dirazon ha diouzh paz ar vugale, betek m'en em gavin e ti va aotrou e Seir. 15 Ezaü a lavaras : Me az ped ma lakain da chom ganit unan bennak eus an dud a zo ganin. Respont a reas : Perak-se ? Ra gavin trugarez dirak daoulagad va aotrou ! 16 Ezaü a zistroas en deiz-se dre e hent da Seir. 17 Jakob a yeas war-zu Sukkod. Sevel a reas un ti evitañ ha lochoù evit e chatal. Dre-se ec'h anvas al lec'h-se Sukkod (= lochoù). 18 Jakob, o tont eus Paddan-Aram, a erruas yac'h ha mat e kêr Sichem e bro Ganaan, hag e kampas dirak kêr. 19 Prenañ a reas eno al lodenn-bark en doa savet e deltenn enni eus dorn mibien Hamor tad Sichem, evit kant pezh arc'hant. 20 Sevel a reas eno un aoter hag e c'halvas anezhi El-Elohe-Israel (= Doue eo Doue Israel). Pennad 32 Jakob a zo prest da vont da gavout Ezaü; e stourm gant an ael e Peniel 1 Jakob a gendalc'has e hent hag aeled Doue en em gavas gantañ. 2 P'en doa gwelet anezho, Jakob a lavaras : Kamp Doue eo ! Hag e c'halvas al lec'h-se Mahanaim (= an daou gamp). 3 Jakob a gasas kannaded a-raok dezhañ war-zu Ezaü e vreur, da vro Seir, war vaezioù Edom. 4 Gourc'hemenn a reas dezho, o lavarout : Komz a reot evel-henn ouzh Ezaü va aotrou : Setu ar pezh a lavar da servijer Jakob : Chomet on e ti Laban hag on bet eno betek vremañ. 5 Bez' em eus ejened, ezen, deñved, mevelien ha mitizhien, hag e kasan d'henn disklêriañ da'm aotrou evit ma kavin trugarez dirak da zaoulagad. 6 Ar gannaded a zistroas da gavout Jakob hag a lavaras : Aet omp da gavout da vreur Ezaü, hag e kerzh war-arbenn dit gant pevar c'hant den. 7 Jakob a oa spontet bras ha leuniet a enkrez. Neuze e lodennas ar bobl a oa gantañ, an deñved, an ejened hag ar c'hañvaled e div vandenn, 8 hag e lavaras : Mar sko Ezaü unan eus ar bandennoù, ar vandenn a chomo a c'hello tec'hel kuit. 9 Jakob a lavaras : O Doue va zad Abraham ha Doue va zad Izaak, AOTROU, te hag ac'h eus lavaret din : Distro da'z pro hag etrezek da gerentiezh, hag e vin mat en da geñver ! 10 Re vihan on evit an holl vadelezhioù hag an holl fealded ac'h eus diskouezet e-keñver da servijer, rak treuzet em eus ar Jordan-mañ gant va bazh ha bremañ e ran div vandenn. 11 Me az ped, salv ac'hanon eus dorn va breur, eus dorn Ezaü ! Rak aon am eus na zeufe ha na skofe ac'hanon, hag ar vamm gant ar vugale. 12 Koulskoude, te ac'h eus lavaret : A-dra-sur e vin mat en da geñver hag e lakain da lignez da zont da vezañ evel traezh ar mor na c'heller ket kontañ abalamour d'e niver bras. 13 Tremen a reas an noz el lec'h-se. Kemer a reas eus ar pezh a zeuas en e zorn evit ober ur prof da Ezaü, e vreur : 14 daou c'hant gavr hag ugent bouc'h, daou c'hant dañvadez hag ugent maout, 15 tregont kañvalez a roe da zenañ gant o re vihan, daou-ugent buoc'h ha dek tarv, ugent azenez ha dek azen yaouank. 16 O lakaat a reas etre daouarn e servijerien, pep tropell an eil goude egile, hag e lavaras d'e servijerien : Tremenit a-raok din ha lakait ur pennad etre ur vandenn hag eben. 17 Neuze e c'hourc'hemennas d'an hini kentañ, o lavarout : Pa en em gavo Ezaü va breur ganit ha pa c'houlenno ouzhit : Da biv out ? Pelec'h emaout o vont ? Da biv eo ar pezh a zo dirazout ? 18 Lavarout a ri : Da'z servijer Jakob. Ur prof eo, a gas da Ezaü va aotrou, ha setu e teu e-unan war hol lerc'h. 19 Reiñ a reas an hevelep urzh d'an eil ha d'an trede, ha d'ar re holl a yae war-lerc'h an tropelloù, o lavarout : Evel-se e komzot pa en em gavot gant Ezaü : 20 Lavarout a reot : Setu, da servijer Jakob a zeu war hol lerc'h. Rak lavarout a rae : Dousaat a rin anezhañ gant ar prof a ya dirazon, ha goude-se e welin e zremm, marteze e tegemero ac'hanon en un doare trugarezus. 21 Ar prof a dremenas eta dirazañ, met eñ a chomas er c'hamp e-pad an noz. 22 Sevel a reas en noz-se hag e kemeras e ziv wreg, e ziv vatezh hag e unnek vab, hag e tremenas roudouz Jabok. 23 O c'hemer a reas eta hag o lakaas da dremen an dour-red. Lakaat a reas ivez da dremen ar pezh en doa. 24 Jakob a chomas e-unan. Hag un den a c'hourenas gantañ betek sav gouloù-deiz. 25 Pa welas an den ne c'helle ket en trec'hiñ, e skoas war bleg e vorzhed, ha pleg morzhed Jakob a voe dilec'hiet e-pad ma c'hourenas gantañ. 26 Lavarout a reas : Lez ac'hanon da vont, rak gouloù deiz a zo deuet. Hag eñ a lavaras : Ne lezin ket ac'hanout da vont ken na'z po va benniget. 27 Lavarout a reas dezhañ : Petore anv ac'h eus ? Hag eñ a lavaras : Jakob. 28 Lavarout a reas : Da anv ne vo ken Jakob met Israel (= an hini a c'hourenas gant Doue). Rak gourenet ec'h eus gant Doue ha gant tud, ha trec'het ec'h eus. 29 Jakob a reas goulennoù outañ, o lavarout : Desk din da anv, me az ped. Respont a reas : Perak e c'houlennez va anv ? Hag e vennigas anezhañ eno. 30 Jakob a c'halvas al lec'h-se Peniel (= dremm Doue), rak e lavaras : Gwelet em eus Doue dremm ouzh dremm ha va ene a zo bet saveteet. 31 Pa voe tremenet gantañ Peniel, an heol a savas warnañ, hag e kamme diouzh e vorzhed. 32 Dre-se, betek hiziv, mibien Israel ne zebront ket nervenn ar vorzhed, an hini a zo war bleg ar vorzhed, dre ma voe skoet pleg morzhed Jakob e nervenn ar vorzhed. Pennad 34 Sichem a skrap hag a zizenor Dina 1 Dina, ar verc'h he doa Lea ganet da Jakob, a yeas er-maez da welout merc'hed ar vro. 2 Sichem mab Hamor an Hevian, priñs ar vro, he gwelas hag he c'hemeras. Hag e kouskas ganti hag he dizenoras. 3 E ene en em stagas ouzh Dina merc'h Jakob, hag e karas anezhi hag e komzas ouzh kalon ar plac'h yaouank. 4 Sichem a gomzas da Hamor e dad hag a lavaras dezhañ : Ro din ar plac'h yaouank-se da wreg. 5 Jakob a anavezas penaos en doa dizenoret Dina e verc'h, met e vibien a oa er parkeier gant al loened, ha Jakob ne lavaras ger betek o distro. 6 Hamor tad Sichem a zeuas da gomz ouzh Jakob. 7 Mibien Jakob a zistroas eus ar parkeier pa glevjont kement-se. Ar re-mañ a voe gwall c'hlac'haret ha droug enno eus an dra vezhus en doa graet Sichem da Israel o kousket gant merc'h Jakob, ar pezh ne oa ket d'ober. 8 Hamor a gomzas outo, o lavarout : Ene Sichem va mab a zo en em staget ouzh ho merc'h, roit hi dezhañ, me ho ped, da wreg. 9 En em unanit ganeomp, reiñ a reot deomp ho merc'hed hag e kemerot hor merc'hed evidoc'h. 10 Chom a reot ganeomp hag ar vro a vo deoc'h. Chomit enni, gwerzhit ha prenit madoù. 11 Sichem a lavaras da dad ha da vreudeur Dina : Ra gavin trugarez dirak ho taoulagad hag e roin ar pezh a lavarot din. 12 Goulennit diganin un douar bras ha kalz a brofoù, hag e roin deoc'h evel ma lavarot din, met roit din ar plac'h yaouank da wreg. 13 Mibien Jakob a respontas gant touellerezh da Sichem ha da Hamor e dad. Komz a rejont evel-henn dre m'en doa dizenoret Dina o c'hoar. 14 Lavarout a rejont dezho : Un dra eo na c'hellomp ket ober, reiñ hor c'hoar d'un den diamdroc'h, rak kement-se a vefe ur vezh evidomp. 15 Ne roimp ket ar pezh a c'houlennit diouzhimp, nemet e teufec'h da vezañ heñvel ouzhimp oc'h amdroc'hañ pep par en ho touez. 16 Neuze e roimp deoc'h hor merc'hed hag e kemerimp ho merc'hed evidomp, hag e chomimp ganeoc'h hag e vimp ur bobl hepken. 17 Met ma ne fell ket deoc'h selaou ouzhimp ha bezañ amdroc'het, e kemerimp hor merc'h hag ez aimp kuit. 18 O c'homzoù a blijas da Hamor ha da Sichem mab Hamor. 19 An den yaouank ne zaleas ket da ober kement-se, rak merc'h Jakob a blije dezhañ. Eñ a oa an hini uhelañ e ti e dad. 20 Hamor ha Sichem e vab a zeuas eta da zor o c'hêr hag a gomzas ouzh tud kêr, o lavarout : 21 An dud-se a zo peoc'hius en hor c'heñver, ra chomint er vro ha ra genwerzhint enni. Setu, ar vro a zo bras a-walc'h evito. Kemer a raimp o merc'hed evel gwragez hag e roimp dezho hor merc'hed. 22 Met ne asanto an dud-se da chom ganeomp da vezañ ur bobl hepken, nemet e vefe amdroc'het pep par en hon touez evel ma'z int amdroc'het o-unan. 23 O chatal hag o madoù hag o holl loened, ha ne vint ket deomp ? Asantomp ganto war-se hepken, ha ra chomint ganeomp. 24 Ar re holl a yae er-maez dre zor kêr a sentas ouzh Hamor hag ouzh Sichem e vab, ha pep par a yae dre zor kêr a voe amdroc'het. 25 Hag e c'hoarvezas d'an trede deiz, pa oant er boan, ma kemeras daou eus mibien Jakob, Simeon ha Levi breudeur Dina, pep hini e gleze, ha ma en em daoljont war ar gêr e peoc'h hag e lazhjont an holl bared. 26 Lazhañ a rejont gant barvenn ar c'hleze Hamor ha Sichem e vab, hag e kemerjont Dina eus ti Sichem, hag ez ejont kuit. 27 Mibien Jakob en em daolas war ar re vloñset hag a breizhas kêr dre ma oa bet dizenoret o c'hoar. 28 Kemer a rejont o deñved, o ejened hag o ezen, ar pezh a oa e kêr hag er parkeier, 29 preizhañ ha degas a rejont ganto an holl vadoù, o holl vugale vihan hag o gwragez ha kement a oa en tiez. 30 Neuze Jakob a lavaras da Simeon ha da Levi : Trubuilhet hoc'h eus ac'hanon, o vezañ ma'm lakait e brud fall e-touez tud ar vro, e-touez ar Gananeiz hag ar Ferezianed. Ne'm eus nemet un niver bihan a dud, en em vodañ a raint a-enep din hag e skoint ac'hanon hag e vin distrujet, me ha va zi. 31 Respont a rejont : Hag ur c'hast a vo graet eus hor c'hoar ? Pennad 35 Jakob e Betel; ganedigezh Benjamin; marv Rachel; marv Izaak 1 Doue a lavaras da Jakob : Sav, pign da Vetel ha chom eno, gra eno un aoter d'an Doue en em ziskouezas dit pa dec'hes dirak Ezaü da vreur. 2 Jakob a lavaras d'e diegezh ha d'ar re holl a oa gantañ : Lamit an doueoù estren diouzh ho touez, en em c'hlanait ha cheñchit ho tilhad, 3 hag e savimp, hag e pignimp da Vetel, hag e raimp eno un aoter d'an Doue en deus respontet din da zeiz va enkrez hag a zo bet ganin e-pad va beaj. 4 Neuze e rojont da Jakob an holl zoueoù estren o doa, hag ar gwalinier a oa ouzh o divskouarn. Jakob a zouaras anezho didan an dervenn a oa e-kichen Sichem. 5 Goude-se ez ejont kuit. Doue a skoas a spont ar c'hêrioù a oa en-dro dezho ha n'ejont ket war-lerc'h mibien Jakob. 6 Jakob a zeuas da Luz, a zo Betel, e bro Ganaan, eñ hag an holl bobl a oa gantañ. 7 Sevel a reas eno un aoter hag e c'halvas al lec'h-se El-Betel (= Doue eus ti Doue), rak eno eo e oa Doue en em ziskouezet dezhañ pa dec'he dirak e vreur. 8 Debora, magerez Rebeka, a varvas hag a voe sebeliet izeloc'h eget Betel didan an dervenn a c'halver Allon-Bakuth (= dervenn an daeroù). 9 Doue en em ziskouezas c'hoazh da Jakob pa oa deuet eus Paddan-Aram hag a vennigas anezhañ. 10 Doue a lavaras dezhañ : Da anv a zo Jakob; ne vi ken galvet Jakob met Israel a vo da anv. Hag e roas dezhañ an anv Israel. 11 Doue a lavaras dezhañ : Me eo an Doue holl-c'halloudek. Bez frouezhus ha kresk; ur vroad ha zoken un engroez a vroadoù a c'hano diouzhit, rouaned a zeuio diouzh da lounezhi. 12 Me a roio dit ar vro am eus roet da Abraham ha da Izaak, hag e roin ar vro-mañ da'z lignez war da lerc'h. 13 Doue a yeas kuit digantañ eus al lec'h m'en doa komzet outañ. 14 Jakob a savas ur peul e-lec'h m'en doa komzet outañ, ur peul-maen, hag e skuilhas un evaj-kinnig warnañ, hag e skuilhas eoul warnañ. 15 Jakob a c'halvas al lec'h m'en doa Doue komzet outañ : Betel. 16 Mont a rejont kuit eus Betel, hag e oa c'hoazh ur pennad-hent evit erruout en Efrata pa c'hanas Rachel. Hag he doe kalz a boan da wilioudiñ. 17 Evel m'he doa kalz a boan o wilioudiñ, an amiegez a lavaras dezhi : Na'z pez ket aon, rak c'hoazh ec'h eus ur mab. 18 Evel ma roe hec'h ene, rak mervel a reas, e c'halvas anezhañ Ben-Oni (= mab ar glac'har), met e dad e c'halvas Benjamin (= mab a du dehou). 19 Rachel a varvas eta; ha sebeliet e voe war hent Efrata, a zo Betlehem (= ti ar bara). 20 Jakob a savas eno ur peul war he bez. Peul bez Rachel eo, ha chomet eo c'hoazh betek hiziv. 21 Israel a yeas kuit hag a fichas e deltenn en tu all da Vigdal-Eder (= tour an tropell). 22 E-pad ma chomas Israel er vro-se, e c'hoarvezas ma yeas Ruben da gousket gant Bilha adwreg e dad. Israel a glevas-se. Jakob en doa daouzek mab. 23 Mibien Lea : Ruben, kentañ-ganet eus Jakob, Simeon, Levi, Isakar ha Zabulon. 24 Mibien Rachel : Jozef ha Benjamin. 25 Mibien Bilha matezh Rachel : Dan ha Neftali. 26 Mibien Zilpa matezh Lea : Gad hag Aser. Ar re-se eo mibien Jakob, a c'hanas dezhañ e Paddan-Aram. 27 Jakob a zeuas etrezek Izaak e dad da v-Mamre e Kirjad-Arba, a zo Hebron, e-lec'h m'o doa chomet Abraham hag Izaak. 28 An amzer ma vevas Izaak a voe eta kant ha pevar-ugent vloaz. 29 Neuze e tianalas hag e varvas, hag e voe dastumet etrezek e bobloù, oadet ha gwalc’het a zeizioù. Ezaü ha Jakob e vibien a sebelias anezhañ. Pennad 36 Diskennidi Ezaü 1 Setu lignez Ezaü, a zo Edom. 2 Ezaü a gemeras e wragez e-touez merc'hed Kanaan : Ada merc'h Elon an Hitit, Oholibama merc'h Ana merc'h Zibeon an Hevian, 3 ha Basmad merc'h Ismael, c'hoar Nebajod. 4 Ada a c'hanas da Ezaü Elifaz, Basmad a c'hanas Reuel, 5 hag Oholibama a c'hanas Jeush, Jaelam ha Kora. Ar re-se eo mibien Ezaü, ar re ganet dezhañ e bro Ganaan. 6 Ezaü a gemeras e wragez, e vibien, e verc'hed hag holl dud e di, e loened hag e holl chatal hag an holl vadoù en doa dastumet e bro Ganaan, hag ez eas en ur vro all, pell diouzh Jakob e vreur. 7 Rak o madoù a oa ken bras, ken na c'hellent ket chom asambles, hag ar vro e-lec'h ma choment ne c'helle ket o derc'hel abalamour d'o zropelloù. 8 Ezaü a chomas war Venez Seir. Ezaü a zo Edom. 9 Setu lignez Ezaü tad an Edomiz, war Venez Seir. 10 Setu amañ anvioù mibien Ezaü : Elifaz mab Ada gwreg Ezaü; Reuel mab Basmad gwreg Ezaü. 11 Mibien Elifaz a voe Teman, Omar, Zefo, Gaetam ha Kenaz. 12 Timna a voe adwreg da Elifaz mab Ezaü hag a c'hanas Amalek da Elifaz. Ar re-se eo mibien Ada gwreg Ezaü. 13 Setu mibien Reuel : Nahad, Zerak, Shamma ha Mizza. Ar re-se eo mibien Basmad gwreg Ezaü. 14 Setu mibien Oholibama merc'h Ana merc'h Zibeon, gwreg Ezaü : Hi a c'hanas da Ezaü Jeush, Jaelam ha Kora. 15 Setu pennoù-bras mibien Ezaü : Mibien Elifaz, kentañ-ganet eus Ezaü : ar penn-bras Teman, ar penn-bras Omar, ar penn-bras Zefo, ar penn-bras Kenaz, 16 ar penn-bras Kora, ar penn-bras Gaetam, ar penn-bras Amalek. Setu aze pennoù-bras deuet eus Elifaz e bro Edom, setu aze mibien Ada. 17 Setu mibien Reuel mab Ezaü : Ar penn-bras Nahad, ar penn-bras Zerak, ar penn-bras Shamma, ar penn-bras Mizza. Setu aze ar pennoù-bras deuet eus Reuel e bro Edom, ar re-se eo mibien Basmad gwreg Ezaü. 18 Setu mibien Oholibama gwreg Ezaü : Ar penn-bras Jeush, ar penn-bras Jaelam, ar penn-bras Kora. Setu aze ar pennoù-bras deuet eus Oholibama merc'h Ana, gwreg Ezaü. 19 Ar re-se eo mibien Ezaü ha setu o pennoù-bras. Eñ a zo Edom. 20 Setu amañ mibien Seir an Horian, ar re a chome er vro : Lotan, Shobal, Zibeon, Ana, 21 Dishon, Ezer ha Dishan. Setu aze pennoù-bras an Horianed mibien Seir e bro Edom. 22 Mibien Lotan a voe Hori hag Hemam. C'hoar Lotan a voe Timna. 23 Setu amañ mibien Shobal : Alvan, Manahad, Ebal, Shefo hag Onam. 24 Setu amañ mibien Zibeon : Aya hag Ana. Ana eo an hini a gavas ar mammennoù tomm el lec'h distro e-pad ma vesae ezen Zibeon e dad. 25 Setu amañ mab Ana : Dishon. Merc'h Ana a voe Oholibama. 26 Setu amañ mibien Dishon : Hemdan, Eshban, Jitran ha Keran. 27 Setu amañ mibien Ezer : Bilhan, Zaavan hag Akan. 28 Setu amañ mibien Dishan : Uz hag Aran. 29 Setu pennoù-bras an Horianed : Ar penn-bras Lotan, ar penn-bras Shobal, ar penn-bras Zibeon, ar penn-bras Ana, 30 ar penn-bras Dishon, ar penn-bras Ezer, ar penn-bras Dishan. Setu aze pennoù-bras an Horianed, ar pennoù-bras o doe e bro Seir. 31 Setu amañ ar rouaned a renas e bro Edom, a-raok ma renas ur roue war vugale Israel : 32 Bela mab Beor a renas en Edom, hag anv e gêr a oa Dinhaba. 33 Bela a varvas, ha Jobab mab Zerak eus Bozra a renas en e lec'h. 34 Jobab a varvas, hag Husham eus bro an Temaniz a renas en e lec'h. 35 Husham a varvas, hag Hadad mab Bedad a renas en e lec'h. Pilat a drec'has Madian e maezioù Moab. Anv e gêr a oa Avid. 36 Hadad a varvas, ha Samla eus Masreka a renas en e lec'h. 37 Samla a varvas, ha Saül eus Reobod war ar stêr a renas en e lec'h. 38 Saül a varvas, ha Baal-Hanan mab Akbor a renas en e lec'h. 39 Baal-Hanan mab Akbor a varvas, hag Hadar a renas en e lec'h. Anv e gêr a oa Paü, hag anv e wreg a oa Mehetabeel merc'h Matred merc'h Mezahab. 40 Setu amañ anvioù ar pennoù-bras deuet eus Ezaü, hervez o ziegezhioù, o lec'hioù hag o anvioù : ar penn-bras Timna, ar penn-bras Alva, ar penn-bras Jeted, 41 ar penn-bras Oholibama, ar penn-bras Ela, ar penn-bras Pinon, 42 ar penn-bras Kenaz, ar penn-bras Teman, ar penn-bras Mibzar, 43 ar penn-bras Magdiel, ar penn-bras Iram. Setu aze pennoù-bras Edom, hervez o chomlec'hioù e bro o dal'ch. Setu aze Ezaü tad an Edomiz. Pennad 37 Jozef gwerzhet gant e vreudeur 1 Jakob a chomas e bro Ganaan, e-lec'h ma oa bet e dad o chom. 2 Setu amañ lignez Jakob. Jozef, oadet a seitek vloaz, a vesae al loened gant e vreudeur. Ar bugel a oa e-kichen mibien Bilha ha mibien Zilpa, gwragez e dad. Ha Jozef a zegase d'e dad o c'homzoù fall. 3 Israël a gare Jozef muioc'h eget e holl vibien all, rak mab e gozhni e oa, hag e reas dezhañ un doneg a veur a liv. 4 E vreudeur, o welout penaos e kare e dad anezhañ muioc'h eget e holl vreudeur, a gasae anezhañ, ha ne c'hellent ken komz outañ e peoc'h. 5 Jozef en doe un huñvre hag he roas da anavezout d'e vreudeur; hag e kasajont anezhañ c'hoazh muioc'h. 6 Lavarout a reas eta dezho : Selaouit, me ho ped, an huñvre am eus bet. 7 Edomp oc'h endrammañ e-kreiz ar parkeier. Setu, va feskenn a savas hag en em zalc'has en e sav, ha neuze ho feskennoù a zeuas en-dro dezhi hag en em stouas dirazi. 8 E vreudeur a lavaras dezhañ : Ha ren a ri eta warnomp ? Pe hor gouarn a ri ? Hag e kasajont anezhañ c'hoazh muioc'h en abeg d'e huñvreoù ha d'e gomzoù. 9 C'hoazh en doe un huñvre all hag e kontas anezhi d'e vreudeur. Lavarout a reas : Bet em eus c'hoazh un huñvre. Setu, an heol, al loar hag unnek steredenn en em stouent dirazon. 10 Lavarout a reas kement-se d'e dad ha d'e vreudeur. E dad a c'hourdrouzas anezhañ hag a lavaras dezhañ : Petra' c'hell bezañ an huñvre-se ac'h eus bet ? Ha ret e vo ma teuimp, me, da vamm ha da vreudeur, d'en em stouiñ d'an douar dirazout ? 11 E vreudeur o doa gwarizi outañ, met e dad a zalc'has an traoù-mañ. 12 E vreudeur a yeas da vesa loened o zad da Sichem. 13 Israel a lavaras da Jozef : Da vreudeur, ha ne vesaont ket al loened e Sichem ? Deus, ma kasin ac'hanout d'o c'havout. Hag e respontas dezhañ : Setu me amañ ! 14 Lavarout a reas dezhañ : Kae eta, gwel penaos emañ da vreudeur ha penaos emañ al loened, ha degas din keloù anezho. Kas a reas anezhañ da draonienn Hebron, ha Jozef a zeuas da Sichem. 15 Un den e gavas o redek dre ar parkeier, hag an den-se a reas goulennoù outañ hag a lavaras dezhañ : Petra a glaskez ? 16 Respont a reas : Klask a ran va breudeur, lavar din, me az ped, pelec'h e vesaont. 17 An den a lavaras dezhañ : Aet int ac'hann, rak klevet em eus anezho o lavarout : Eomp da z-Dotan. Jozef a yeas eta war-lerc'h e vreudeur hag o c'havas e Dotan. 18 O welout anezhañ a-bell, a-raok ma voe erru tost dezho, e kuzuilhjont a-enep dezhañ evit e lazhañ. 19 Lavarout a rejont an eil d'egile : Setu, emañ an huñvreer o tont. 20 Bremañ eta, deuit, lazhomp anezhañ ha taolomp eñ en ur puñs bennak, hag e lavarimp en devo ul loen gouez debret anezhañ. Hag e welimp petra a zeuio da vezañ e huñvreoù. 21 Ruben a glevas kement-se hag a dennas anezhañ eus o daouarn. Lavarout a reas : Na lamomp ket e vuhez digantañ. 22 Ruben a lavaras dezho : Na skuilhit ket gwad, taolit anezhañ er puñs-glav-se a zo el lec'h distro ha na lakait ket ho taouarn warnañ. Kement-se a oa evit e lemel eus o daouarn hag e reiñ d'e dad. 23 Adalek ma oa en em gavet Jozef e-kichen e vreudeur, e tiwiskjont anezhañ eus e doneg, an doneg a veur a liv a oa warnañ, 24 hag e krogjont ennañ d'e deurel er puñs. Ar puñs a oa goullo, ne oa ket dour ennañ. 25 Neuze ec'h azezjont da zebriñ bara. O sevel o daoulagad, e weljont ur strollad Ismaeliz o tont eus Galaad, o c'hañvaled bec'hiet gant louzoù-frondus, balzam ha mir, a yae d'o c'has d'an Ejipt. 26 Juda a lavaras d'e vreudeur : Da betra e servijfe deomp lazhañ hor breur ha kuzhat e wad ? 27 Deuit, gwerzhomp anezhañ d'an Ismaeliz, ha ra ne vo ket hon daouarn warnañ, rak hor breur, hor c'hig eo. Hag e vreudeur a sentas outañ. 28 Evel ma tremene marc'hadourien madianat, e tennjont hag e tapjont Jozef eus ar puñs, hag e werzhjont Jozef evit ugent pezh arc'hant d'an Ismaeliz. Ar re-mañ e gasas d'an Ejipt. 29 Ruben a zistroas d'ar puñs-glav ha setu, Jozef ne oa ket ennañ. Regiñ a reas e zilhad 30 hag e tistroas da gavout e vreudeur, hag e lavaras : Ar bugel n'emañ ket ennañ ! Ha me, pelec'h ez in ? 31 Kemer a rejont toneg Jozef ha, lazhet ganto ur bouc'h, e soubjont an doneg er gwad. 32 Kas a rejont d'o zad an doneg a veur a liv, o lavarout : Kavet hon eus kement-mañ. Anavez hag eo toneg da vab pe n'eo ket. 33 Hag ec'h anavezas anezhi, hag e lavaras : Toneg va mab eo. Ul loen gouez en deus e zebret, a-dra-sur Jozef a zo bet drailhet. 34 Regiñ a reas e zilhad hag e lakaas ur sac'h war e zivgroazell. E-pad pell e tougas kañv d'e vab. 35 E holl vibien hag e holl verc'hed a zeuas d'e frealziñ, met ne felle ket dezhañ bezañ frealzet. Lavarout a reas : Diskenn a rin e kañv etrezek va mab e lec'h ar varv ! Hag e dad a ouele dezhañ. 36 Ar Vadianiz a werzhas anezhañ en Ejipt da b-Potifar, ofiser Faraon, penn eus e warded. Pennad 38 Juda ha Tamar 1 C'hoarvezout a reas en amzer-se ma pellaas Juda digant e vreudeur ha ma'z eas etrezek un den eus Adullam anvet Hira. 2 Juda a welas eno merc'h ur C'hananead anvet Shua, hag e kemeras anezhi hag ez eas daveti. 3 Koñseviñ a reas hag e c'hanas ur mab, hag e c'halvas anezhañ Er (= evezhiek). 4 Koñseviñ a reas c'hoazh hag e c'hanas ur mab, hag e c'halvas anezhañ Onan (= kreñv). 5 Genel a reas c'hoazh ur mab hag e c'halvas anezhañ Shela (= pedenn). Juda a oa e Kezib pa c'hanas anezhañ. 6 Juda a gemeras ur wreg anvet Tamar evit Er e gentañ-ganet. 7 Er, kentañ-ganet Juda, a voe fall dirak daoulagad an AOTROU, hag an AOTROU a lakaas anezhañ da vervel. 8 Neuze Juda a lavaras da Onan : Kae davet gwreg da vreur, kemer anezhi evel breur-kaer ha sav ul lignez da'z preur. 9 Onan a ouie penaos al lignez-se ne vije ket dezhañ, ha pa'z ae davet gwreg e vreur, en em saotre d'an douar kuit da reiñ ul lignez d'e vreur. 10 Ar pezh a rae a zisplije d'an AOTROU hag e lakaas anezhañ da vervel ivez. 11 Juda a lavaras da Damar e verc'h-kaer : Chom intañvez e ti da dad betek ma vo Shela va mab deuet d'e vent. Rak lavarout a reas : Diwallomp na varvfe eñ ivez evel e vreudeur. Tamar a yeas hag a chomas e ti he zad. 12 An deizioù a dremenas ha merc'h Shua gwreg Juda a varvas. Pa voe Juda frealzet, e pignas etrezek touzerien e zeñved da Dimna gant e vignon Hira an Adullamat. 13 Ar c'heloù a voe roet da Damar, o lavarout : Setu, da dad-kaer a bign da Dimna da douzañ e zeñved. 14 Neuze e kuitaas he dilhad intañvez, en em c'holoas gant ur gouel, en em bakas hag ec'h azezas e dor Enaim a zo war hent Timna. Rak e wele e oa deuet Shela d'e vent, ha ne oa ket roet dezhañ da wreg. 15 Juda he gwelas hag he c'hemeras evit ur c'hast, rak goloet he doa he dremm. 16 En em distreiñ a reas d'he c'havout war an hent hag e lavaras : Deus, me az ped, ma'z in ganit. Rak ne ouie ket e oa e verc'h-kaer. Hi a lavaras : Petra a roi din evit dont ganit ? 17 Lavarout a reas : Degas a rin dit ur c'havrig eus an tropell. Hi a lavaras : Ha reiñ a ri din ur c'hred, betek ma he degasi ? 18 Lavarout a reas : Pehini eo ar c'hred a roin dit ? Hi a lavaras : Da siell, da gordennig ha da vazh a zo en da zorn. Hag e roas anezho dezhi. Neuze ez eas daveti hag e koñsevas dioutañ. 19 Sevel a reas hag ez eas kuit. Hag e kuitaas he gouel hag e wiskas he dilhad intañvez. 20 Juda a gasas ar c'havrig dre e vignon an Adullamat, evit tennañ ar c'hred eus daouarn ar wreg-se. Met n'he c'havas ket. 21 Goulennata a reas tud al lec'h-se, o lavarout : Pelec'h emañ ar c'hast a oa en Enaim war an hent ? Respont a rejont : N'eus bet amañ gast ebet. 22 Distreiñ a reas da gavout Juda hag e lavaras : Ne'm eus ket kavet anezhi, ha zoken tud al lec'h-se o deus lavaret : N'eus bet amañ gast ebet. 23 Juda a lavaras : Ra viro ar c'hred ! Ne c'hellomp ket bezañ dismegañset. Setu, em eus kaset ar c'havrig-se ha ne'c'h eus ket he c'havet. 24 Erruout a reas penaos, war-dro tri miz goude, e voe roet keloù da Juda, o lavarout : Tamar, da verc'h-kaer, a zo en em roet d'ar gasterezh ha zoken setu, he deus koñsevet eus he gasterezh. Ha Juda a lavaras : Lakait anezhi da vont er-maez, ma vo devet. 25 Evel ma he lakaed er-maez, e kasas da lavarout d'he zad-kaer : Koñsevet em eus dre an den e oa an traoù-mañ dezhañ. Hag e lavaras : Anavez, me az ped, da biv eo ar siell, ar gordennig hag ar vazh-mañ. 26 Juda o anavezas hag a lavaras : Reishoc'h eo egedon, dre ma ne'm eus ket he roet da Shela va mab. Ha n'anavezas ken anezhi. 27 Pa voe poent dezhi gwilioudiñ, setu ma oa gevelled en he c’hof. 28 E-pad ma wilioude, unan a roas e zorn, hag an amiegez e dapas hag a stagas outañ un neudenn ruz, o lavarout : Hemañ eo an hini kentañ. 29 Met evel ma tenne e zorn, setu, e vreur a zeuas er-maez. Hi a lavaras : Pebezh freuz ac'h eus graet ! Hag e voe anvet Perez (= toull-freuz). 30 Neuze e vreur a zeuas gant e zorn kelc'hiet gant an neudenn ruz, hag e voe anvet Zerak (= gouloù o sevel) Pennad 39 Jozef ha gwreg Potifar 1 Jozef a voe kaset en Ejipt, ha Potifar, ofiser Faraon ha penn e warded, den Ejipsian, a brenas anezhañ digant an Ismaeliz o doa e zegaset. 2 An AOTROU a voe gant Jozef, hag e rae berzh. Edo e ti e vestr an Ejipsian. 3 E vestr a welas penaos e oa an AOTROU gantañ ha penaos e lakae an AOTROU da ober berzh dre e zaouarn kement a rae. 4 Jozef a gavas trugarez dirak e zaoulagad hag a servijas anezhañ. Lakaet e voe da vestr war e di, ha kement en doa a voe etre e zaouarn. 5 Abaoe ma en doa e lakaet da vestr war e di ha war gement en doa, an AOTROU a vennigas ti an Ejipsian abalamour da Jozef. Ha bennozh an AOTROU a voe war gement en doa en ti hag er parkeier. 6 Hag e lezas etre daouarn Jozef kement en doa, ha ne gemere anaoudegezh eus netra gantañ nemet eus ar boued a zebre. Jozef a oa kaer a vent ha kaer a zremm. 7 Goude an traoù-mañ, e c'hoarvezas ma taolas gwreg e vestr he daoulagad war Jozef hag e lavaras : Kousk ganin. 8 Met eñ ne reas ket hag a lavaras da wreg e vestr : Setu, va mestr ne gemer ganin anaoudegezh ebet eus ar pezh a zo en ti hag en deus lakaet etre va daouarn kement a zo dezhañ. 9 Den n'eo uheloc'h en ti-mañ egedon ha n'en deus difennet ouzhin stekiñ ouzh tra ebet nemet ouzhit-te, dre ma'z out e wreg. Penaos e rafen un droug ken bras hag e pec'hfen a-enep Doue ? 10 Daoust ma komze bemdez da Jozef, ne fellas ket dezhañ he selaou evit kousket ganti na bezañ ganti. 11 C'hoarvezout a reas un devezh ma teuas en ti d'ober e labour ha ne voe eno den eus tud an tiegezh. 12 Hi a grogas ennañ dre e zilhad, o lavarout : Kousk ganin ! Met lezel a reas e zilhad etre he daouarn hag e tec'has kuit er-maez. 13 Adalek ma welas penaos en doa lezet e zilhad etre he daouarn da dec'hout kuit er-maez, 14 e c'halvas tud he zi hag e komzas dezho, o lavarout : Gwelit, degaset eo bet deomp un Hebread evit touellañ ac'hanomp. Deuet eo davedon da gousket ganin, met kriet em eus a-vouezh uhel. 15 Adalek m'en deus va c'hlevet o sevel va mouezh hag o krial, en deus lezet e zilhad em c'hichen hag eo tec'het kuit er-maez. 16 Hag e lakaas dilhad Jozef en he c'hichen betek ma teuas he mestr d'ar gêr. 17 Neuze e lavaras dezhañ an hevelep komzoù evel-henn : Ar sklavour hebreat ac'h eus degaset a zo deuet davedon evit va zromplañ. 18 Met evel ma em eus savet va mouezh ha ma em eus kriet, en deus lezet e zilhad em c'hichen hag eo tec'het kuit er-maez. 19 Adalek m'en doe mestr Jozef klevet komzoù e wreg a lavare : Setu aze ar pezh en deus graet da sklavour din ! e tanas e gounnar. 20 Mestr Jozef e gemeras hag a lakaas anezhañ en toull-bac'h, e-lec'h ma veze dalc'het prizonidi ar roue. Eno e voe eta, en toull-bac'h. 21 Met an AOTROU a voe gant Jozef, hag ec'h astennas e vadelezh warnañ. Lakaat a reas anezhañ da gavout trugarez dirak daoulagad penn an toull-bac'h. 22 Penn an toull-bac'h a lakaas etre daouarn Jozef an holl brizonidi a oa en toull-bac'h, ha kement a oa graet eno a veze graet drezañ. 23 Penn an toull-bac'h ne adwele netra eus ar pezh en doa Jozef etre e zaouarn, abalamour ma oa an AOTROU gantañ ha ma lakae da ober berzh kement a rae. Pennad 40 Huñvreoù eus hanafer ha baraer ar roue 1 Goude an traoù-mañ, e c'hoarvezas penaos hanafer ha baraer roue an Ejipt a feukas o mestr roue an Ejipt. 2 Faraon a fuloras a-enep e zaou ofiser, a-enep an hanafer bras hag ar baraer bras, 3 hag a lakaas anezho e ti penn ar warded, en toull-bac'h, e-lec'h ma voe dalc'het Jozef. 4 Penn ar warded o lakaas etre daouarn Jozef hag e servije anezho. Hag e voent un nebeud amzer en toull-bac'h. 5 O-daou o doe un huñvre, pep hini e hini, en hevelep nozvezh, pep hini e huñvre da zisplegañ dezhañ, kenkoulz an hanafer evel baraer roue an Ejipt, ar re a oa dalc'het en toull-bac'h. 6 Jozef, o tont d'o c'havout diouzh ar beure, a sellas outo ha setu, e oant trist. 7 Hag e reas goulennoù digant ofiserien Faraon a oa gantañ en toull-bac'h e-barzh ti e vestr, o lavarout dezho : Perak emaoc'h trist hiziv ? 8 Lavarout a rejont dezhañ : Un huñvre hon eus bet ha n'eus den d'he displegañ. Jozef a lavaras dezho : An displegadennoù, ha n'int ket da Zoue ? Kontit din, me ho ped. 9 An hanafer bras a gontas e huñvre da Jozef evel-se : Huñvreal a raen ha setu, ur winienn a oa dirazon, 10 hag ar winienn-se he doa tri brank. War a seblant e bountas, he bleunioù a zeuas er-maez hag he blokadoù a roas rezin darev. 11 Hanaf Faraon a oa em dorn. Hag e kemeris ar rezin, e waskis anezho e hanaf Faraon hag e lakais an hanaf e dorn Faraon. 12 Jozef a lavaras dezhañ : Setu amañ an displegadenn : An tri brank a zo tri devezh. 13 A-benn tri devezh Faraon a savo da benn hag a adlakaio ac'hanout en da garg. Lakaat a ri hanaf Faraon en e zorn evel ma raes diagent pa oas e hanafer. 14 Met az pez soñj ac'hanon pa vi eürus ha diskouez da vadelezh em c'heñver, me az ped. Komz ac'hanon da Faraon ha laka ac'hanon da vont er-maez eus an ti-mañ. 15 Rak a-dra-sur, me a zo bet laeret eus bro an Hebreed, hag amañ kennebeut ne'm eus graet netra evit bezañ lakaet en toull-mañ. 16 Ar baraer bras, o welout en doa Jozef roet un displegadenn ken brav, a lavaras dezhañ : Me ivez a huñvree ha setu, em boa teir fanerad bara gwenn war va fenn. 17 Er baner uhelañ e oa evit Faraon meuzioù a bep seurt graet gant ur baraer hag al laboused o debre er baner a oa war va fenn. 18 Jozef a respontas hag a lavaras : Setu amañ an displegadenn : An teir faner a zo tri devezh. 19 A-benn tri devezh Faraon a savo da benn diwarnout hag a grougo ac'hanout ouzh ur wezenn, hag al laboused a zebro da gig diwarnout. 20 An trede deiz, deiz-ha-bloaz Faraon, e reas ur fest d'e holl servijerien hag e savas penn an hanafer bras ha penn ar baraer bras e-kreiz e servijerien. 21 Adlakaat a reas an hanafer bras en e garg a hanafer evit ma lakaje an hanaf e-barzh dorn Faraon, 22 met e krougas ar baraer bras evel m'en doa Jozef displeget dezho. 23 An hanafer bras n'en doe ket soñj eus Jozef met e ankounac'haas. Pennad 41 Huñvreoù Faraon; Jozef gouarnour en Ejipt 1 A-benn daou vloaz e c'hoarvezas m'en doe Faraon un huñvre. Setu, en em zalc'he tost d'ar stêr. 2 Ha setu, e pignas seizh buoc'h kaer da welout ha lart eus ar stêr, hag e peurjont er prad. 3 Ha setu, seizh buoc'h all fall da welout ha treut a bignas eus ar stêr en o goude, hag en em zalc'hjont e-kichen ar re all war vord ar stêr. 4 Ar buoc'hed fall da welout ha treut a zebras ar seizh buoc'h kaer da welout ha lart. Ha Faraon a zihunas. 5 Hag e kouskas hag ec'h huñvreas un eil gwech. Setu, seizh tañvouezenn druz ha brav a vountas war un hevelep korzenn. 6 Ha seizh tañvouezenn treut ha devet gant avel ar sav-heol a greskas en o goude. 7 An tañvouezennoù treut a lonkas ar seizh tañvouezenn druz ha leun. Ha Faraon a zihunas. Setu an huñvre. 8 Diouzh ar beure, e spered a voe strafuilhet hag e kasas da c'hervel holl hudourien hag holl re fur an Ejipt. Faraon a lavaras dezho e huñvreoù met ne oa den evit o displegañ dezhañ. 9 Neuze an hanafer bras a gomzas da Faraon, o lavarout : Emaon o vont da eñvoriñ hiziv va mankoù. 10 Faraon en em lakaas droug ennañ a-enep e servijerien hag a lakaas ac'hanon en toull-bac'h, e ti penn ar warded, me hag ar baraer bras. 11 Neuze hor boe, eñ ha me, un huñvre en un hevelep nozvezh. Huñvreal a rejomp, pep hini e huñvre da zisplegañ dezhañ. 12 Eno ganeomp e oa un den yaouank hebreat, servijer penn ar warded, hag e lavarjomp dezhañ hon huñvreoù hag o displegas deomp. Reiñ a reas da bep hini un displegadenn hervez e huñvre. 13 An traoù a zo en em gavet evel m'en doa o displeget, adlakaet on bet em c'harg hag eñ a voe krouget. 14 Faraon a gasas da c'hervel Jozef, a oa lakaet buan er-maez eus an toull-bac'h. Aotennet e oa, lakaet e oa da cheñch e zilhad, hag e teuas da gavout Faraon. 15 Faraon a lavaras da Jozef : Un huñvre am eus graet ha n'eus den ebet da reiñ an displegadenn anezhi. Klevet em eus lavarout e tisplegez un huñvre pa glevez anezhi. 16 Jozef a respontas da Faraon, o lavarout : N'eo ket me, Doue eo a roio da Faraon ur respont a beoc'h. 17 Faraon a lavaras da Jozef : Em huñvre, setu, en em zalc'hen war vord ar stêr. 18 Ha setu, eus ar stêr e pignas seizh buoc'h lart ha kaer da welout, hag e peurjont er prad. 19 Ha setu, seizh buoc'h all a bignas en o goude, dister, fall meurbet da welout ha treut, n'em boa biskoazh gwelet reoù all ken vil en holl vro Ejipt. 20 Ar buoc'hed treut ha fall da welout a zebras ar seizh buoc'h lart kentañ. 21 Mont a rejont en o c'hof hep na seblantjent bezañ aet ennañ, hag e oant ken fall da welout ha diagent. Neuze en em zihunis. 22 Gwelout a ris c'hoazh, oc'h huñvreal, seizh tañvouezenn leun ha brav a vountas war un hevelep korzenn. 23 Ha seizh tañvouezenn disec'h, treut ha devet gant avel ar sav-heol a greskas en o goude. 24 An tañvouezennoù treut a lonkas ar seizh tañvouezenn brav. Lavaret em eus kement-se d'an hudourien, met hini anezho n'en displeg din. 25 Jozef a lavaras da Faraon : Ar pezh en deus gwelet Faraon en e huñvre a zo un dra hepken, Doue en deus disklêriet da Faraon ar pezh ez a d'ober. 26 Ar seizh buoc'h brav a zo seizh vloaz hag ar seizh tañvouezenn vrav a zo seizh vloaz : un hevelep huñvre eo. 27 Ar seizh buoc'h treut ha fall da welout a bignas goude ar re-se a zo seizh vloaz. Hag ar seizh tañvouezenn c'houllo ha devet gant avel ar sav-heol a vo seizh vloaz a naonegezh. 28 Kement-se am eus lavaret da Faraon : Doue en deus roet da anavezout da Faraon ar pezh ez a d'ober. 29 Setu ez a d'en em gavout seizh vloaz a fonnder en holl vro Ejipt. 30 Met e teuio seizh vloaz a naonegezh en o goude hag an holl fonnder-se a vo ankounac'haet e bro Ejipt, hag an naonegezh a guzumo ar vro. 31 Ar fonnder n'en em ziskouezo ken er vro abalamour d'an naonegezh a zeuio goude, rak gwall vras e vo. 32 Ha diwar-benn ma'z eo an huñvre en em roet div wech da Faraon, eo abalamour ma'z eo kement-se divizet gant Doue, ha pres 'zo gant Doue henn ober. 33 Bremañ, ra zibabo Faraon un den skiantek ha fur ha ra lakaio anezhañ war vro Ejipt. 34 Ra lakaio eta Faraon kefridiourien war ar vro ha ra dailhint ar bempvedenn diwar vro Ejipt e-pad ar seizh vloavezh a fonnder, 35 ra zastumint an holl vevañs eus ar bloavezhioù mat a zeuio bremañ, dindan urzh Faraon ra zaspugnint gwinizh ha bevañs er c'hêrioù ha ra o diwallint. 36 Ar bevañs-se a vo a-du evit ar vro, evit ar seizh vloavezh a naonegezh a zeuio e bro Ejipt, evit na vo ket ar vro kuzumet gant an naonegezh. 37 Ar c'homzoù-se a blijas da Faraon ha d'e holl servijerien. 38 Faraon a lavaras d'e servijerien : Ha kavout a rafen un den evel hemañ, un den en deus spered Doue ennañ ? 39 Ha Faraon a lavaras da Jozef : P'en deus Doue roet dit da anavezout kement-mañ, n'eus den skiantek ha fur eveldout. 40 Te eo a vo mestr war va zi, ha va holl bobl a sento ouzh da c'henoù. Brasoc'h e vin hepken egedout dre an tron. 41 Faraon a lavaras da Jozef : Sell, da lakaat a ran da vestr war holl vro Ejipt. 42 Faraon a lamas e walenn diwar e zorn hag he lakaas ouzh dorn Jozef. Hag e wiskas anezhañ gant dilhad lin fin, hag e lakaas ur gelc'henn aour en-dro d'e c'houzoug. 43 En lakaas da bignat war e eil karr, hag e veze kriet a-raok dezhañ : D'an daoulin ! En lakaas da vestr war holl vro Ejipt. 44 Faraon a lavaras da Jozef : Me eo Faraon ! Hepdout den ne savo e zorn pe e droad en holl vro Ejipt. 45 Faraon a c'halvas Jozef Zafnad-Paneak (= diskulier an traoù kuzhet) hag a roas dezhañ Asnad merc'h Poti-Fera beleg On da wreg. Ha Jozef a yeas da weladenniñ bro Ejipt. 46 Jozef a oa oadet a dregont vloaz pa en em zalc'has dirak Faraon roue Ejipt. Jozef eta a yeas kuit a-zirak Faraon hag a redas holl vro Ejipt. 47 An douar a roas gant fonnder e-pad ar seizh vloavezh a leunder. 48 Jozef a zastumas an holl vevañs eus ar seizh vloavezh-se e bro Ejipt hag a lakaas ar bevañs er c'hêrioù. Lakaat a reas e pep kêr ar bevañs eus an douaroù a ziwar-dro. 49 Jozef a zastumas un niver ken bras a winizh ma oa evel traezh ar mor, kement ken na gonted ken anezhañ dre ma ne oa ken niver evit kontañ. 50 A-raok n'en em gavas ar bloavezhioù a naonegezh, e c'hanas da Jozef daou vab, ganet dezhañ gant Asnad merc'h Poti-Fera beleg On. 51 Jozef a c'halvas ar c'hentañ-ganet Manase (= a ankounac'ha) rak Doue, emezañ, en deus roet din da ankounac'haat va holl boan hag holl di va zad. 52 Hag e c'halvas an eil Efraim (= frouezhus div wech) rak Doue, emezañ, en deus va rentet frouezhus e bro va glac'har. 53 Neuze ec'h echuas ar seizh vloavezh a leunder a voe e bro Ejipt. 54 Ar seizh vloavezh a naonegezh a zeuas, evel m'en doa Jozef lavaret. An naonegezh a voe en holl vroioù met en holl vro Ejipt e voe bara. 55 Pa holl vro Ejipt a voe en naonegezh, ar bobl a grias da Faraon evit kaout bara. Faraon a respontas d'an holl Ejipsianed : It da gavout Jozef ha grit ar pezh a lavaro deoc'h. 56 An naonegezh a voe eta war holl c'horre ar vro, ha Jozef a zigoras an holl c'hrignoloù hag a werzhas d'an Ejipsianed. An naonegezh a oa bras e bro Ejipt. 57 Hag eus an holl vroioù e teued d'an Ejipt da brenañ gwinizh digant Jozef, rak an naonegezh a oa bras war an douar holl. Pennad 42 Breudeur Jozef a zeu en Ejipt 1 Jakob, o welout e oa gwinizh da werzhañ en Ejipt, a lavaras d'e vibien : Perak e sellit an eil ouzh egile ? 2 Lavarout a reas : Setu, klevet em eus ez eus gwinizh da werzhañ en Ejipt. It eta di ha prenit gwinizh evidomp, evit ma vevimp ha na varvimp ket. 3 Neuze dek vreur eus Jozef a ziskennas da brenañ gwinizh en Ejipt. 4 Jakob ne gasas ket Benjamin breur Jozef gant e vreudeur, rak e lavaras : Diwallomp na errufe ur gwalleur gantañ ! 5 Mibien Israel a zeuas da brenañ gwinizh e-touez ar re a zeue ivez, rak an naonegezh a oa e bro Ganaan. 6 Jozef a oa mestr er vro. Eñ eo a werzhe gwinizh da holl bobl ar vro. Breudeur Jozef a zeuas eta hag a stouas dirazañ, an dremm ouzh an douar. 7 Jozef a welas e vreudeur hag o anavezas, met e reas evel an estrañjour ganto hag e komzas outo gant ruster. Lavarout a reas dezho : A-belec'h e teuit ? Hag e respontjont : Eus bro Ganaan evit prenañ boued. 8 Jozef a anavezas eta e vreudeur, met int n'anavezjont ket anezhañ. 9 Jozef a soñjas en huñvreoù en doa bet diwar o fenn hag e lavaras dezho : Spierien oc'h, deuet oc'h evit gwelout lec'hioù dinerzh ar vro. 10 Respont a rejont dezhañ : Nann va aotrou, da servijerien a zo deuet da brenañ boued. 11 Holl ez omp mibien d'un hevelep den, ni a zo tud vat, da servijerien n'int ket spierien. 12 Lavarout a reas dezho : Tamm ebet ! Deuet oc'h evit gwelout lec'hioù dinerzh ar vro. 13 Hag e respontjont : Ni, da servijerien, a zo daouzek breur, mibien d'un hevelep den e bro Ganaan ha setu, an hini yaouankañ a zo hiziv gant hon tad, egile n'emañ ken. 14 Jozef a lavaras dezho : Kement-se am eus lavaret deoc'h, spierien oc'h. 15 Setu penaos e viot amprouet : Dre vuhez Faraon, n'eot ket kuit ac'hann ken na vo ho preur yaouankañ deuet. 16 Kasit unan ac'hanoc'h ha ra zegaso ho preur, ha c'hwi, chomit prizonidi amañ. Ra vo amprouet ho komzoù evit gwelout hag emañ ar wirionez ganeoc'h. Anez, dre vuhez Faraon, spierien oc'h. 17 Hag e lakaas anezho en toull-bac'h asambles e-pad tri devezh. 18 D'an trede deiz, Jozef a lavaras dezho : Grit kement-mañ hag e vevot. Doue a zoujan ! 19 Mar d-oc'h tud vat, ra chomo unan ac'hanoc'h, ho preur, ereet en ho toull-bac'h ha c'hwi, it da gas ar gwinizh evit pourvezañ d'ho tiegezh 20 ha degasit ho preur yaouankañ din, evel-se e vo amprouet ho komzoù ha ne varvot ket. Kement-se a rejont. 21 Hag e lavarjont an eil d'egile : E gwirionez kablus omp e-keñver hor breur, rak gwelet hon eus enkrez e ene pa c'houlenne ouzhimp trugarez ha n'hon eus ket e selaouet. Setu perak an enkrez-mañ a zo en em gavet ganeomp. 22 Ruben a respontas dezho, o lavarout : Ha ne'm eus ket lavaret deoc'h : Na rit ket ar pec'hed-se a-enep ar bugel ? Met n'hoc'h eus ket selaouet ha setu, e wad a zo goulennet diouzhimp. 23 Ne ouient ket e komprene Jozef, dre ma komze outo dre ur jubennour. 24 En em zistroas diouto da ouelañ. Neuze e teuas d'o c'havout en-dro hag e komzas outo; neuze e kemeras diouto Simeon hag ec'h ereas anezhañ dirak o daoulagad. 25 Jozef a c'hourc'hemennas leuniañ o seier gant gwinizh, lakaat arc'hant pep hini en e sac'h ha reiñ dezho pourvezioù evit an hent. Ar pezh a voe graet. 26 Neuze e lakajont ar gwinizh war o ezen hag ez ejont kuit. 27 Unan anezho a zigoras e sac'h evit reiñ boued d'e azen en ostaleri, hag e welas e arc'hant. Setu, e oa e genoù ar sac'h. 28 Lavarout a reas d'e vreudeur : Va arc'hant a zo bet roet din en-dro hag emañ amañ em sac'h. O c'halonoù a vankas dezho hag e lavarjont en ur grenañ an eil d'egile : Petra en deus Doue graet deomp ? 29 Dont a rejont da gavout Jakob o zad e bro Ganaan, hag e tisplegjont dezhañ an holl draoù a oa erruet ganto, o lavarout : 30 An den hag a zo mestr ar vro en deus komzet deomp gant ruster hag en deus hor c'hemeret evit spierien. 31 Lavaret hon eus dezhañ : Ni a zo tud vat, n'omp ket spierien, 32 daouzek breur emaomp, mibien hon tad, unan ac'hanomp n'emañ ken hag an hini yaouankañ a zo hiziv gant hon tad e bro Ganaan. 33 Hag an den, an hini a zo mestr ar vro, en deus lavaret deomp : Evel-henn ec'h anavezin hag oc'h tud vat : Lezit ganin unan eus ho preudeur, kemerit ar pezh a zo ret evit pourvezañ d'ho tiegezh, it kuit 34 ha degasit din ho preur yaouank. Neuze ec'h anavezin n'oc'h ket spierien met tud vat. Me a roio deoc'h ho preur hag e c'hellot mont-dont er vro. 35 Evel ma c'houllonderjont o seier, setu, pakad arc'hant pep hini anezho a oa en e sac'h. Gwelout a rejont, int hag o zad, o fakadoù arc'hant hag o doe aon. 36 Jakob o zad a lavaras dezho : Forc'het on diouzh va bugale ganeoc'h : Jozef n'emañ ken ha Simeon n'emañ ken, hag e tapfec'h Benjamin ! Warnon-me eo kouezhet an holl draoù-mañ ! 37 Ruben a gomzas d'e dad hag a lavaras dezhañ : Te a lakaio va daou vab d'ar marv ma ne zegasan ket anezhañ dit. Fiz anezhañ ennon hag en rentin dit. 3 8 Respont a reas : Va mab ne ziskenno ket ganeoc'h rak e vreur a zo marv, hag hemañ a chom e-unan. Ma c'hoarvezfe gwalleur gantañ en hent emaoc'h o vont, e lakafec'h va blev gwenn da ziskenn gant glac'har e lec'h ar marv. Pennad 43 Distreiñ a ra breudeur Jozef en Ejipt 1 An naonegezh a oa gwall vras er vro. 2 P'o doe echuet da zebriñ ar gwinizh o doa degaset eus an Ejipt, o zad a lavaras dezho : Distroit da brenañ un tamm boued deomp. 3 Juda a respontas : An den-se en deus lavaret kreñv deomp : Ne welot ket va dremm nemet e vefe ho preur ganeoc'h. 4 Mar kasez hor breur ganeomp, mont a raimp hag e prenimp boued dit. 5 Met ma ne gasez ket anezhañ, ne d-aimp ket di rak an den-se en deus lavaret deomp : Ne welot ket va dremm nemet e vefe ho preur ganeoc'h. 6 Hag Israel a lavaras : Perak hoc'h eus graet ar boan-se din o tisklêriañ d'an den-se ho poa c'hoazh ur breur ? 7 Respont a rejont : An den-se en deus goulennet diganeomp titouroù diwar-benn ac'hanomp ha diwar-benn hon tiegezh, o lavarout : Hag eo c'hoazh ho tad bev ? Bez' hoc'h eus ur breur ? Respontet hon eus dezhañ d'e c'houlennoù. Ha gallout a raemp anavezout e lavarje : Degasit ho preur ? 8 Juda a lavaras da Israel e dad : Kas ar bugel ganin, ha ni a savo hag a yelo. Evel-se e vevimp ha ne varvimp ket, ni, te hag hor bugale. 9 Me a zo kret evitañ, digant va dorn en adc'houlenni. Ma ne zegasan ket anezhañ dit ha ma ne ginnigan ket anezhañ dirak da zremm, e vin kablus en da geñver da viken. 10 Rak ma n'hor bije ket daleet, e vijemp bet bremañ div wech distro. 11 Israel o zad a lavaras dezho : Mar d-eo evel-se, grit eta kement-mañ : Kemerit en ho seier eus gwellañ frouezh ar vro ha kasit ur prof d'an den-se : un nebeudad balzam, un nebeudad mel, louzoù-frondus, mir, pistachez hag alamandez. 12 Kemerit arc'hant all etre ho taouarn hag adkasit en ho taouarn an arc'hant a zo bet lakaet deoc'h e genoù ho seier, marteze e oa un errol. 13 Kemerit ivez ho preur, savit ha distroit etrezek an den-se. 14 Ra roio an Doue hollc'halloudek deoc'h trugarez dirak an den-se, ra laosko deoc'h ho preur all ha Benjamin ! Ha mar d-eo ret din bezañ forc'het diouzh va bugale, ra vin forc'het ! 15 Kemer a rejont eta ar prof hag an doubl a arc'hant en o daouarn, ha Benjamin. Goude, o sevel, ez ejont d'an Ejipt hag en em zalc'hjont dirak Jozef. 16 Jozef a welas Benjamin ganto hag a lavaras da vestr e di : Kas an dud-se d'an ti, lazh ul loen bennak ha fich anezhañ, rak debriñ a raint ganin da greisteiz. 17 An den a reas evel m'en doa Jozef lavaret hag a gasas an dud-mañ da di Jozef. 18 An dud-mañ o doe aon pa voent kaset da di Jozef, hag e lavarjont : Abalamour d'an arc'hant a voe adlakaet en hor seier ar wech kentañ eo e kaser ac'hanomp, evit en em daoler hag en em stlaper warnomp, hag hor c'hemer evit sklavourien ha kregiñ en hon ezen. 19 Neuze e tostajont ouzh mestr ti Jozef hag e komzjont dezhañ e-tal an nor, 20 o lavarout : Aotrou, selaou ac'hanomp ! Deuet omp ur wech kentañ da brenañ boued 21 ha, pa oamp en em gavet en ostaleri ha ma tigorjomp hor seier, setu, arc'hant pep hini ac'hanomp a oa e genoù e sac'h, hon arc'hant hervez e bouez, hag hon eus henn distroet etre hon daouarn. 22 Degaset hon eus arc'hant all ganeomp en hon daouarn evit prenañ boued. N'ouzomp ket piv en doa lakaet hon arc'hant en hor seier. 23 Eñ a lavaras : Ra vo ar peoc'h ganeoc'h ! N'ho pet ket aon, ho Toue eo. Doue ho tad eo an hini en deus roet un teñzor deoc'h en ho seier, resevet em eus hoc'h arc'hant. Hag e tegasas dezho Simeon. 24 An den-se a gasas anezho e ti Jozef. Reiñ a reas dour dezho hag e walc'hjont o zreid; reiñ a reas ivez boued d'o ezen. 25 Hag e kempennjont ar prof, o c'hortoz donedigezh Jozef da greisteiz, rak klevet o doa penaos e tlejent debriñ ar bara eno. 26 Jozef a zistroas d'ar gêr. Neuze e kinnigjont dezhañ en ti ar prof o doa en o daouarn, hag en em stoujont d'an douar dirazañ. 27 Eñ a c'houlennas outo penaos edo an traoù ganto hag a lavaras dezho : Ho tad a zo war an oad, an hini ho poa komzet din diwar e benn, ha yac'h eo ? Bev eo bepred ? 28 Lavarout a rejont : Da servijer, hon tad, a zo yac'h, bev eo c'hoazh. Hag en em blegjont hag e stoujont. 29 Hag o sevel e zaoulagad, e welas Benjamin e vreur, mab e vamm, hag e lavaras : Hemañ eo ho preur yaouankañ ho poa komzet din diwar e benn ? Hag e lavaras dezhañ : Doue da ober trugarez dit, va mab ! 30 Jozef a hastas rak e galon a voe fromet ouzh e vreur, hag e klaskas ul lec'h evit gouelañ. Mont a reas en e gambr hag e ouelas. 31 Goude bezañ gwalc'het e zremm, ez eas er-maez hag, oc'h emvestroniañ, e lavaras : Servijit ar pred. 32 Hag e voe servijet a-du, hag int a-du. Servijet e voe ivez a-du an Ejipsianed a zebre gantañ, dre ma ne c'hell ket an Ejipsianed debriñ ar bara gant an Hebreed, kement-se a zo un euzhusted evit an Ejipsianed. 33 Azezañ a rejont eta dirazañ, ar c'hentañ-ganet hervez e henañded hag an hini yaouankañ hervez e oad, hag an dud-se a selle an eil ouzh egile gant souezh. 34 Hag e kasas meuzioù dezho a-zirazañ, met lodenn Benjamin a oa pemp gwech brasoc'h eget al lodennoù all. Evañ a rejont, hag en em laouenajont gantañ. Pennad 44 Jozef a laka e hanaf e sac'h Benjamin 1 Neuze e roas urzh da vestr e di, o lavarout : Leugn seier an dud-se a voued, kement ha ma c'hellont dougen, ha laka arc'hant pep hini e genoù e sac'h. 2 Hag e lakai va hanaf, an hanaf arc'hant, e genoù sac'h an hini yaouankañ, gant arc'hant e winizh. Hag e reas evel m'en doa Jozef lavaret dezhañ. 3 Ar beure, kerkent ha ma oa deiz, e voe kaset an dud-se kuit gant o ezen. 4 Pa oant aet eus kêr, a-raok ma oant pell, Jozef a lavaras da vestr e di : Sav, kae war-lerc'h an dud-se ha pa'z po tapet anezho, e lavari dezho : Perak hoc'h eus rentet an droug evit ar mad ? 5 An dra-se, ha n'eo ket ennañ ec'h ev va mestr ha n'eo ket gantañ e tivin ? Graet hoc'h eus un dra fall. 6 Hag e tapas anezho hag e lavaras dezho ar gerioù-se. 7 Respont a rejont dezhañ : Perak e komz va mestr evel-se ? Pell diouzh da servijerien ar soñj d'ober un hevelep tra. 8 Setu, degaset hon eus dit eus bro Ganaan an arc'hant hor boa kavet e genoù hor seier. Penaos hor bije laeret eta eus ti da vestr arc'hant hag aour ? 9 Ra varvo an hini eus da servijerien a vo kavet-se gantañ ha ra vimp-ni sklavourien eus va mestr ! 10 Lavarout a reas : Ac'hanta ! Ra vo graet hervez ho komzoù : an hini a vo kavet-se gantañ a vo va sklavour ha c'hwi a vo didamall. 11 Hag e hastas lakaat pep hini anezho e sac'h war an douar hag e tigoras pep hini anezho e sac'h. 12 Hag e furchas anezho, o kregiñ gant an hini henañ hag oc'h echuiñ gant an hini yaouankañ, hag an hanaf a voe kavet e sac'h Benjamin. 13 Neuze e rogjont o dilhad, pep hini a adsammas e azen hag a zistroas e kêr. 14 Juda gant e vreudeur a zeuas da di Jozef hag e oa c'hoazh eno. En em daoljont d'an douar dirazañ. 15 Jozef a lavaras dezho : Peseurt tra hoc'h eus graet ? Ha ne ouiec'h ket penaos un den eveldon a c'hell divinout ? 16 Juda a respontas : Petra a lavarimp da'm aotrou ? Penaos e komzimp ? Penaos en em reishaimp ? Doue en deus kavet direizhder da servijerien. Setu, ni a zo sklavourien da'm aotrou, ken ni evel an hini a zo bet kavet an hanaf etre e zaouarn. 17 Eñ a lavaras : Pell diouzhimp ar soñj d'ober evel-se ! An den a zo bet kavet an hanaf etre e zaouarn a vo va sklavour, met c'hwi, adpignit e peoc'h etrezek ho tad. 18 Neuze Juda a dostaas outañ hag a lavaras : Me az ped, va aotrou ! Ra lavaro da servijer ur ger en da skouarn, me az ped, va aotrou, ha ra n'entano ket da fulor a-enep da servijer, rak te a zo evel Faraon. 19 Va aotrou a reas goulennoù ouzh e servijerien, o lavarout : Ha bez' hoc'h eus tad pe vreur ? 20 Respontet hon eus da'm aotrou : Ni hon eus un tad war an oad hag ur bugel yaouank dezhañ a zo bet ganet dezhañ en e gozhni. E vreur a zo marv hag hemañ a zo chomet e-unan eus e vamm, hag e dad a gar anezhañ. 21 Lavaret ez poa da'z servijerien : Lakait anezhañ da ziskenn da'm c'havout ma welin anezhañ gant va daoulagad. 22 Lavaret hon eus da'm aotrou : Ar bugel ne c'hell ket kuitaat e dad, mar kuita anezhañ, e dad a varvo. 23 Lavaret ez poa da'z servijerien : Ma ne ziskenn ket ho preur ganeoc'h, ne welot ken va dremm. 24 Pa voemp pignet da gavout da servijer va zad, e lavarjomp dezhañ komzoù va aotrou. 25 Hon tad a lavaras : Distroit da brenañ boued deomp. 26 Lavarout a rejomp : Ne c'hellomp ket mont di. Met mar bez hor breur yaouankañ ganeomp, e tiskennimp, rak ne c'hellomp ket gwelout dremm an den-se ma n'eo ket hor breur yaouankañ ganeomp. 27 Da servijer va zad a lavaras deomp : Gouzout a rit penaos he deus va gwreg ganet din daou vab. 28 Unan a zo aet kuit diganin hag em boa lavaret : A-dra-sur drailhet eo bet, rak ne'm eus ket adwelet anezhañ betek vremañ. 29 Mar lamit ivez hemañ diganin ha mar en em gav gwalleur gantañ, e lakaot va blev gwenn da ziskenn gant glac'har e lec'h ar marv. 30 Bremañ, pa zeuin da gavout da servijer va zad, ma n'emañ ket ar bugel ganeomp, an hini ma'z eo e ene ereet d'e ene, 31 e c'hoarvezo penaos adalek ma ne welo ket ar bugel ganeomp e varvo. Ha da servijerien a lakaio da ziskenn gant glac'har blev gwenn da servijer hon tad e lec'h ar marv. 32 Rak da servijer a oa kret evit ar bugel o kemer anezhañ digant va zad hag en deus lavaret : Ma ne gasan ket anezhañ dit, e vin kablus e-keñver va zad da viken. 33 Bremañ eta, ra chomo da servijer, me az ped, sklavour da'm aotrou e-lec'h ar bugel ha ma bigno hemañ gant e vreur. 34 Rak penaos e pignfen da gavout va zad ma n'emañ ket ar bugel ganin ? O ! Ra ne welin ket glac'har va zad ! Pennad 45 Jozef en em ro da anavezout hag a gas e vreudeur da gerc'hat Jakob 1 Jozef ne c'helle ket ken en em zerc'hel dirak ar re holl a oa eno, hag e krias : Kasit an holl er-maez ! Ha den ne chomas gant Jozef pa en em roas da anavezout d'e vreudeur. 2 Sevel a reas e vouezh en ur ouelañ. An Ejipsianed en klevas ha ti Faraon en klevas. 3 Jozef a lavaras d'e vreudeur : Me eo Jozef ! Va zad, ha bev eo c'hoazh ? Met e vreudeur ne c'hellent ket respont dezhañ rak spontet e oant dirazañ. 4 Jozef a lavaras d'e vreudeur : Tostait eta ouzhin. Hag e tostajont. Lavarout a reas : Me eo Jozef ho preur, an hini hoc'h eus gwerzhet evit bezañ kaset d'an Ejipt. 5 Bremañ n'en em c'hlac'harit ket ha n'ho pet ket keuz eus ma hoc'h eus gwerzhet ac'hanon evit bezañ degaset amañ, rak evit mirout ho puhez eo en deus Doue va c'haset en ho raok. 6 Abaoe daou vloaz ez eus naonegezh e-barzh ar vro hag e-pad pemp bloaz c'hoazh ne vo nag arat nag eost. 7 Doue en deus va c'haset en ho raok evit mirout evidoc'h ul lec'h war an douar hag evit reiñ deoc'h da vevañ dre un dieubidigezh vras. 8 Bremañ, n'eo ket c'hwi am c'hasas amañ met Doue eo. Lakaet en deus ac'hanon da vezañ tad da Faraon, aotrou war e holl di ha gouarnour war holl vro Ejipt. 9 Hastit pignat da gavout va zad ha lavarit dezhañ : Evel-henn a lavar da vab Jozef : Doue en deus va lakaet aotrou war an Ejipt holl, deus eta da'm c'havout ha na zale ket. 10 Chom a ri e bro C'hoshen hag e vi tost din, te, da vugale, bugale da vugale, da zeñved ha da ejened ha kement a zo dit. 11 Me az mago eno rak pemp bloavezh a naonegezh a vo c'hoazh, gant aon na zeufes paouroc'h-paourañ, te, da di ha kement a zo dit. 12 Setu, e welit gant ho taoulagad ha Benjamin va breur a wel ivez gant e zaoulagad ez eo va genoù a gomz ouzhoc'h. 13 Lavarit da'm zad va holl c'hloar en Ejipt ha kement hoc'h eus gwelet, hag hastit degas va zad amañ. 14 Neuze en em daolas ouzh gouzoug Benjamin e vreur, hag e ouelas. Benjamin a ouelas war e c'houzoug. 15 Pokat a reas d'e holl vreudeur en ur ouelañ. Goude kement-se, e vreudeur a gomzas gantañ. 16 Ar vrud en em skuilhas e ti Faraon : Breudeur Jozef a zo deuet. Kement-se a blijas da Faraon ha d'e servijerien. 17 Faraon a lavaras da Jozef : Lavar da'z preudeur : Grit kement-mañ : Sammit ho loened hag it, distroit da vro Ganaan, 18 kemerit ho tad hag ho tiegezhioù ha deuit da'm c'havout, hag e roin deoc'h ar gwellañ eus bro Ejipt, hag e tebrot eus druzoni an douar. 19 Bremañ, resev an urzh da lavarout dezho : Grit kement-mañ : Kemerit e bro Ejipt kirri evit ho pugale hag ho kwragez, degasit ho tad ha deuit. 20 N'ho pet ket keuz d'ho traoù, rak ar gwellañ eus bro Ejipt a vo deoc'h. 21 Mibien Israel a reas kement-se. Jozef a roas dezho kirri hervez urzh Faraon, hag e roas dezho pourvezioù evit an hent. 22 Reiñ a reas dilhad fresk dezho holl, ha da Venjamin e roas tri c'hant pezh arc'hant ha pemp dilhad fresk. 23 Kas a reas ivez d'e dad dek azen sammet eus ar pezh a oa gwellañ en Ejipt, ha dek azenez sammet a winizh, a vara hag a bourvezioù evit e dad e-pad ar veaj. 24 Kas a reas eta e vreudeur kuit, ha pa'z ejont e lavaras dezho : Na dabutit ket en hent. 25 O vezañ pignet eus an Ejipt, e teujont da vro Ganaan, da gavout Jakob o zad. 26 Lavarout a rejont dezhañ : Jozef a zo bev c'hoazh ha zoken eñ eo gouarnour war holl vro Ejipt. Met e galon a chomas yen rak n'o c'hredas ket. 27 Lavarout a rejont dezhañ an holl gomzoù en doa Jozef lavaret dezho. Hag e welas ar c'hirri en doa Jozef degaset evit e zougen, ha spered Jakob o zad a advevas. 28 Israel a lavaras : A-walc'h eo ! Jozef va mab a zo bev c'hoazh. Mont a rin hag e welin anezhañ kent ma varvin. Pennad 46 Jakob a zeu en Ejipt. E ziskennidi 1 Israel en em lakaas en hent gant kement en doa. Dont a reas da Veer-Sheba hag e kinnigas aberzhoù da Zoue e dad Izaak. 2 Doue a gomzas da Israel en ur weledigezh e-pad an noz hag a lavaras : Jakob ! Jakob ! Eñ a respontas : Setu me amañ ! 3 Hag e lavaras : Me eo Doue, Doue da dad. Na'z pez ket aon o vont d'an Ejipt, rak da lakaat a rin da zont da vezañ ur vroad vras eno. 4 Ganit e tiskennin en Ejipt hag a-dra-sur e lakain ac'hanout da vont er-maez, ha Jozef a lakaio e zorn war da zaoulagad. 5 Jakob a yeas kuit eus Beer-Sheba; mibien Israel a lakaas Jakob o zad gant o bugale hag o gwragez war ar c'hirri en doa Faraon kaset evit e zougen. 6 Kemer a rejont ivez ganto o loened hag ar madoù o doa dastumet e bro Ganaan. Jakob hag e holl ziskennidi gantañ a zeuas en Ejipt. 7 Kas a reas gantañ en Ejipt e vibien ha mibien e vibien, e verc'hed ha merc'hed e vibien, hag e holl ziskennidi. 8 Setu anvioù mibien Israel a zeuas en Ejipt : Jakob hag e vibien. Ruben kentañ-ganet Jakob. 9 Mibien Ruben : Hanok, Pallu, Hezron, Karmi. 10 Mibien Simeon : Jemuel, Jamin, Ohad, Jakin, Zohar, Saol mab ar Gananeadez. 11 Mibien Levi : Gershon, Kehad, Merari. 12 Mibien Juda : Er, Onan, Shela, Perez, Zerak, met Er hag Onan a varvas e bro Ganaan. Mibien Perez a voe Hezron hag Hamul. 13 Mibien Isakar : Tola, Puva, Job, Shimron. 14 Mibien Zabulon : Sered, Elon, Jahleel. 15 Ar re-se eo mibien a c'hanas Lea da Jakob e Paddan-Aram, gant Dina e verc'h. E vibien hag e verc'hed a oa en holl tri den ha tregont. 16 Mibien Gad : Zifjon, Haggi, Shuni, Ezbon, Eri, Arodi, Areli. 17 Mibien Aser : Jimna, Jishva, Jishvi, Beria, ha Serak o c'hoar. Mibien Beria : Heber, Malkiel. 18 Ar re-se eo mibien Zilpa en doa Laban roet da Lea e verc'h; ganet he doa anezho da Jakob : en holl c'hwezek den. 19 Mibien Rachel, gwreg Jakob : Jozef ha Benjamin. 20 Jozef en doe mibien e bro Ejipt, Manase hag Efraim, a c'hanas dezhañ Asnad merc'h Poti-Fera beleg On. 21 Mibien Benjamin : Bela, Beker, Ashbel, Gera, Naaman, Ehi, Rosh, Muppim, Huppim, Ard. 22 Ar re-se eo mibien Rachel a c'hanas da Jakob : en holl pevarzek den. 23 Mibien Dan : Hushim. 24 Mibien Neftali : Jahzeel, Guni, Jezer, Shillem. 25 Ar re-se eo mibien Bilha en doa Laban roet da Rachel e verc'h; ganet he doa anezho da Jakob : en holl seizh den. 26 Holl dud Jakob o tont d'an Ejipt gantañ, ganet dioutañ, hep niveriñ gwragez mibien Jakob, a oa c'hwec'h ha tri-ugent. 27 Mibien Jozef, ar re a oa ganet dezhañ en Ejipt, a oa daou den. Holl dud ti Jakob o tont d'an Ejipt a oa dek ha tri-ugent. 28 Jakob a gasas Juda dirazañ da gavout Jozef evit ma tiskouezje dezhañ hent Goshen. Dont a rejont eta da vro C'hoshen. 29 Jozef a stagas e garr hag a yeas da ziaraogiñ Israel e dad betek Goshen. Pa welas anezhañ, en em daolas d'e c'houzoug hag e ouelas pell war e c'houzoug. 30 Israel a lavaras da Jozef : Ra varvin bremañ, pa em eus gwelet da zremm ha pa vevez c'hoazh ! 31 Jozef a lavaras d'e vreudeur ha da diegezh e dad : Pignat a rin da gomz da Faraon hag e lavarin dezhañ : Va breudeur ha tiegezh va zad, ar re a oa e bro Ganaan, a zo deuet da'm c'havout. 32 An dud-se a zo mesaerien, rak n'o deus graet dalc'hmat nemet magañ loened; degaset o deus ganto o deñved, o ejened, ha kement a oa dezho. 33 Pa viot galvet gant Faraon hag e lavaro : Peseurt micher hoc'h eus ? 34 e lavarot : Da servijerien o deus dalc'hmat maget loened abaoe hon yaouankiz betek vremañ, ni hag hon tadoù. Evel-se e chomot e bro C'hoshen, rak an Ejipsianed o deus euzh ouzh an holl vesaerien. Pennad 47 Tiegezh Jakob e bro C'hoshen 1 Jozef a yeas hag a gomzas da Faraon, o lavarout : Va zad ha va breudeur, gant o deñved hag o ejened ha kement a zo dezho, a zo deuet eus bro Ganaan ha setu, emaint e bro C'hoshen. 2 Kemer a reas pemp den a-douez e vreudeur hag o c'hasas dirak Faraon. 3 Faraon a lavaras d'e vreudeur : Peseurt micher hoc'h eus ? Respont a rejont da Faraon : Da servijerien a zo mesaerien, evel ma'z eo bet hon tadoù. 4 Lavarout a rejont da Faraon : Evit chom er vro ez omp deuet, n'eus ken a beuriñ evit loened da servijerien rak an naonegezh a zo bras e bro Ganaan. Lez eta da servijerien da chom e bro C'hoshen. 5 Faraon a gomzas da Jozef, o lavarout : Da dad ha da vreudeur a zo deuet da'z kavout. 6 Bro Ejipt a zo dirazout, laka da dad ha da vreudeur da chom er gwellañ lec'h eus ar vro. Ra chomint e bro C'hoshen, ha mar anavezez e vefe en o zouez tud barrek, laka anezho da bennoù tropelloù war ar pezh a zo din. 7 Neuze Jozef a zegasas Jakob e dad hag a ambrougas anezhañ dirak Faraon. Ha Jakob a vennigas Faraon. 8 Faraon a lavaras da Jakob : Da begement ez a an niver eus deizioù bloavezhioù da vuhez ? 9 Jakob a respontas da Faraon : Deizioù bloavezhioù va firc'hirinadenn a zo kant ha tregont vloaz. Deizioù bloavezhioù va buhez a zo bet berr ha fall, n'o deus ket tizhet deizioù bloavezhioù buhez va zadoù en amzer o firc'hirinadennoù. 10 Jakob a vennigas Faraon, ha goude ez eas kuit a-zirak Faraon. 11 Jozef a ziazezas e dad hag e vreudeur hag a roas dezho un dalc'h e bro Ejipt, er gwellañ lec'h eus ar vro, e korn-bro Ramsez, evel m'en doa gourc'hemennet Faraon. 12 Jozef a bourchasas bara d'e dad, d'e vreudeur ha da holl diegezh e dad, hervez niver ar vugale. 13 Ne oa ken a vara en holl vro rak an naonegezh a oa gwall vras. Ha bro Ejipt ha bro Ganaan a oa dinerzhet gant an naonegezh. 14 Jozef a zastumas an holl arc'hant a oa e bro Ejipt hag e bro Ganaan, e trok ouzh an ed a brened. Jozef a gasas an arc'hant-se e ti Faraon. 15 Pa oa aet da hesk an arc'hant e bro Ejipt hag e bro Ganaan, an holl Ejipsianed a zeuas da gavout Jozef, o lavarout : Ro deomp bara ! Perak e varvfemp dirazout o vezañ n'eus ken a arc'hant ? 16 Jozef a lavaras : Roit ho loened, hag e roin deoc'h e trok ouzh ho loened ma n'hoc'h eus ket a arc'hant ken. 17 Degas a rejont o loened da Jozef, ha Jozef a roas dezho bara e trok ouzh ar c'hezeg, ouzh an tropelloù deñved, ouzh an tropelloù ejened hag ezen. Reiñ a reas dezho bara e trok ouzh o holl dropelloù er bloaz-se. 18 Ar bloaz-se tremenet, e tistrojont ar bloaz war-lerc'h hag e lavarjont dezhañ : Ne guzhimp ket da'm aotrou penaos an arc'hant a zo aet holl ha penaos an tropelloù loened a zo aet holl da'm aotrou. Ne chom netra dirak va aotrou nemet hor c'horfoù hag hon douaroù. 19 Perak e varvfemp dirak da zaoulagad, ni hag hon douaroù ? Pren ac'hanomp, ni hag hon douaroù, evit bara, hag e vimp sklavourien da Faraon. Ro deomp peadra da hadañ evit ma vevimp ha na varvimp ket ha na vo ket an douar glac'haret. 20 Jozef a brenas holl zouar an Ejipt da Faraon, rak an Ejipsianed a werzhas pep hini anezho e bark dre ma oa rust an naonegezh. Hag an douar a voe da Faraon. 21 E keñver ar bobl, e lakaas anezho holl da vont er c'hêrioù, adalek ur penn d'an Ejipt betek ur penn all. 22 Douaroù ar veleien a oa ar re hepken na brenas ket, rak ar veleien o doa ul lodenn merket digant Faraon hag e tebrent al lodenn a roe Faraon dezho. Dre-se ne werzhjont ket o douaroù. 23 Jozef a lavaras d'ar bobl : Ho prenet em eus hiziv, c'hwi hag ho touaroù, da Faraon; setu amañ evidoc'h had, evit ma hadot an douar. 24 En amzer an eost, e root ur bempvedenn da Faraon hag ar peder lodenn all a vo deoc'h evit hadañ ho parkeier, evit ho poued, evit hini tud ho tiegezh hag evit boued d'ho pugale vihan. 25 Lavarout a rejont : Saveteet ec'h eus hor buhez deomp ! Ra gavimp trugarez dirak daoulagad hon aotrou hag e vimp sklavourien da Faraon. 26 Jozef a reas ul lezenn a gement-se, hag a bad c'hoazh betek hiziv war zouaroù an Ejipt : Ar bempvedenn da Faraon. Ne voe ken nemet douaroù ar veleien ne oant ket da Faraon. 27 Israel a chomas e bro Ejipt, e bro C'hoshen, hag e prenjont dalc'hioù; frouezhus e voent hag e kreskjont meurbet. 28 Jakob a vevas seitek vloaz e bro Ejipt. Deizioù bloavezhioù buhez Jakob a voe kant seizh vloaz ha daou-ugent. 29 Pa dostaas deiz marv Israel, e c'halvas e vab Jozef hag e lavaras dezhañ : Mar em eus kavet trugarez dirak da zaoulagad, laka, me az ped, da zorn dindan va morzhed ha diskouez em c'heñver madelezh ha fealded : Da bediñ a ran, na sebeilh ket ac'hanon en Ejipt. 30 Pa vin kousket gant va zadoù, kas ac'hanon eus an Ejipt ha sebeilh ac'hanon en o bez. Eñ a respontas : Me a raio hervez da c'her. 31 Lavarout a reas : Tou din kement-se. Hag e touas kement-se dezhañ. Hag Israel en em stouas war benn e wele. Pennad 48 Bennozhioù Jakob da vibien Jozef, Efraim ha Manase 1 Goude an traoù-se, e c'hoarvezas ma voe lavaret da Jozef : Setu, da dad a zo klañv. Neuze e kemeras e zaou vab gantañ, Manase hag Efraim. 2 Roet e voe kement-se da anavezout da Jakob, o lavarout dezhañ : Setu, da vab Jozef a zeu da'z kavout. Neuze Israel a zastumas e nerzh hag a azezas war e wele. 3 Jakob a lavaras da Jozef : An Doue holl-c'halloudek en em ziskouezas din e Luz, e bro Ganaan, hag a vennigas ac'hanon. 4 Lavarout a reas din : Setu amañ, e lakain ac'hanout da vezañ frouezhus ha da greskiñ hag e rin ac'hanout un engroez a vroadoù, hag e roin ar vro-mañ da'z lignez war da lerc'h evit ma vo dezhi da viken. 5 Bremañ, da zaou vab ganet dit e bro Ejipt a-raok ma'z on deuet da'z kavout en Ejipt, a vo din. Efraim ha Manase a vo din, evel Ruben ha Simeon. 6 Met ar vugale az po war o lerc'h a vo dit, galvet e vint dre anv o breudeur en o hêrezh. 7 Evidon-me, pa zistrois eus Paddan, Rachel a varvas em c'hichen e bro Ganaan, en hent pa oa c'hoazh ur pennad d'ober kent erruout en Efrata. Hag e sebeilhis anezhi eno war hent Efrata, a zo Betlehem. 8 Israel a welas mibien Jozef hag a lavaras : Piv eo ar re-mañ ? 9 Jozef a respontas d'e dad : Va mibien int, en deus Doue roet din amañ. Neuze e lavaras : Degas anezho din, me az ped, evit ma vennigin anezho. 10 Daoulagad Israel a oa pounneraet gant ar gozhni ha ne c'helle ken gwelout. O lakaat a reas da dostaat outañ, hag e pokas dezho hag o briatas. 11 Israel a lavaras da Jozef : Ne soñjen ken gwelout da zremm ha setu, Doue en deus roet din zoken gwelout da lignez. 12 Jozef o zennas diwar e zaoulin hag en em stouas e zremm d'an douar. 13 Neuze Jozef o c'hemeras o-daou, Efraim ouzh e zorn dehou en tu kleiz d'Israel, ha Manase ouzh e zorn kleiz en tu dehou d'Israel, hag o zostaas outañ. 14 Israel a astennas e zorn dehou hag e lakaas war benn Efraim an hini yaouankañ, hag e zorn kleiz war benn Manase. Lakaat a reas evel-se e zaouarn gant anaoudegezh vat rak Manase a oa ar c'hentañ-ganet. 15 Hag e vennigas Jozef, o lavarout : Ra zeuio an Doue ma kerzhas va zadoù Abraham hag Izaak dirazañ, an Doue hag a zo bet va mesaer adalek ma oan betek hiziv, 16 ra zeuio an ael en deus va dieubet a bep droug da vennigañ ar vugale-mañ, ra zougint va anv hag anv va zadoù Abraham hag Izaak ha ra kreskint fonnus bras war an douar ! 17 Jozef a welas penaos e lakae e dad e zorn dehou war benn Efraim hag en doe displijadur. Kregiñ a reas e dorn e dad evit e zistreiñ diwar benn Efraim war benn Manase. 18 Jozef a lavaras d'e dad : Nann evel-se, va zad, rak hemañ eo ar c'hentañ-ganet, laka da zorn dehou war e benn. 19 Met e dad ne reas ket, o lavarout : Anavezout a ran kement-se, va mab, anavezout a ran-se, eñ ivez a zeuio da vezañ ur bobl, eñ ivez a vo bras. Koulskoude e vreur yaouankañ a vo brasoc'h egetañ hag e lignez a vo un engroez a vroadoù. 20 En deiz-se, e vennigas anezho hag e lavaras : Israel a vennigo drezout, o lavarout : Doue da'z rentañ evel Efraim hag evel Manase ! Lakaat a reas eta Efraim a-raok Manase. 21 Israel a lavaras da Jozef : Setu, ez an da vervel met Doue a vo ganeoc'h, hag e tistroio ac'hanoc'h da vro ho tadoù. 22 Roet em eus dit ul lodenn muioc'h eget da'z preudeur, an hini am eus kemeret eus dorn an Amoreaned gant va c'hleze ha va gwareg. Pennad 49 Bennozhioù profedel Jakob diwar-benn e vibien. Marv Jakob 1 Jakob a c'halvas e vibien hag a lavaras : En em zastumit hag e tisklêrin deoc'h ar pezh a c'hoarvezo ganeoc'h en deizioù da zont. 2 En em zastumit ha selaouit, mibien Jakob ! Selaouit Israel, ho tad ! 3 Ruben, te eo va c'hentañ-ganet, va nerzh ha kentañ frouezh va c'hreñvded, uhelañ e bri hag uhelañ e galloud. 4 Bervus out evel an dour, ne vo ket an dreisted ganit ! Rak pignet out war wele da dad, huduraet ec'h eus va gwele en ur bignat ennañ. 5 Simeon ha Levi a zo breudeur, o c'hlezeier a zo binvioù a daerded. 6 Ra n'aio ket va ene en o c'huzulioù kuzhet, ra n'en em unano ket va gloar d'o emvod, rak en o fulor o deus lazhet tud hag en o fallentez o deus troc'het garoù an tirvi. 7 Milliget ra vo o c'hounnar rak taer e voe, hag o fulor rak kriz e voe ! O rannañ a rin e Jakob hag o stlabezañ a rin en Israel. 8 Juda, meulet e vi gant da vreudeur, da zorn a vo war c'houzoug da enebourien. Mibien da dad en em stouo dirazout. 9 Juda a zo ul leon yaouank. Deuet out eus an drailhadeg, va mab ! En em bleget eo, gourvezet eo evel ul leon, evel ul leonez, piv en lakaio da sevel ? 10 Ar walenn ne vo ket pellaet diouzh Juda na bazh al lezenner eus etre e dreid, betek ma teuio ar Shilo (= an hini a zo ar surentez gantañ), dezhañ sentidigezh ar bobloù ! 11 Stagañ a ra e azen ouzh ar winienn, hini bihan e azenez ouzh ar c'hef-gwini dibabet. Gwalc'hiñ a ra e zilhad er gwin, e vantell e gwad ar rezin. 12 Ruz e vo e zaoulagad gant ar gwin, ha gwenn e zent gant al laezh. 13 Zabulon a chomo war vord ar morioù, bez' e vo en aod al listri hag e harzoù etrezek Sidon. 14 Isakar a zo un azen kreñv, gourvezet etre barrinier-krevier. 15 Gwelet en deus e oa plijus an diskuizh ha dudius ar vro. Izelaat a ra e skoaz evit dougen, en em laka da baeañ gwirioù. 16 Dan a varno e bobl, evel unan eus meuriadoù Israel. 17 Dan a vo un naer war an hent, un naer-wiber war ar wenodenn, o kregiñ e treid ar marc'h evit ma kouezho en traoñ an hini a zo warnañ. 18 Gortozet em eus da silvidigezh, o Aotrou ! 19 Gad, bandennoù a zeuio warnañ met eñ a yelo warno en diwezh. 20 Gant Aser e vo c'hwek ar bara, eñ a bourvezo meuzioù flour ar rouaned. 21 Neftali a zo un heizez laosket, komz a ra gerioù plijus. 22 Jozef eo brank ur wezenn frouezhus, brank ur wezenn frouezhus tost d'ur vammenn, e skourroù o deus goloet ar voger. 23 Gwaregerien o deus gloazet-fall anezhañ, strinket lañsoù dezhañ, heskinet anezhañ, 24 met e wareg a zo chomet start, e zivrec'h hag e zaouarn a zo bet nerzhet gant daouarn Galloudeg Jakob diouzh al lec'h ma chom mesaer ha roc'h Israel. 25 Oberenn Doue da dad eo, an hini a sikouro ac'hanout, hag oberenn an Holl-C'halloudeg, an hini a vennigo ac'hanout gant bennozhioù an neñvoù eus an nec'h, bennozhioù an donder eus an traoñ, bennozhioù eus ar bronnoù hag eus ar mammog. 26 Bennozhioù da dad a zo uheloc'h eget bennozhioù va zadoù, betek barr ar c'hrec'hiennoù peurbadus. Ra vint war benn Jozef, war dal priñs e vreudeur. 27 Benjamin a zo ur bleiz a rog, diouzh ar mintin e tebro ar preizh ha diouzh an noz e lodenno an diwisk. 28 Ar re-se holl a zo daouzek meuriad Israel. Kement-se eo ar pezh a lavaras o zad dezho en ur vennigañ anezho. Bennigañ a reas pep hini anezho, hervez ar vennozh a zeree outañ. 29 Hag urzhioù a roas dezho, o lavarout : Emaon o vont da vezañ dastumet etrezek va fobl, ra vin beziet e-kichen va zadoù, er c'hev a zo e park Efron an Hitit, 30 er c'hev a zo e park Makpela a-dal da v-Mamre, e bro Ganaan. Ar park eo a brenas Abraham digant Efron an Hitit evel ul lec'h-bez. 31 Eno eo beziet Abraham ha Sara e wreg, eno eo beziet Izaak ha Rebeka e wreg, eno em eus beziet Lea. 32 Ar park hag ar c'hev a zo ennañ a zo bet prenet digant bugale Hed. 33 P'en doe echuet Jakob da reiñ e urzhioù d'e vibien, e tistroas e dreid er gwele, e varvas, hag e voe dastumet etrezek e bobloù. Pennad 50 Sebeliadur Jakob. Marv Jozef 1 Jozef en em daolas war zremm e dad, a ouelas warnañ hag a bokas dezhañ. 2 Jozef a c'hourc'hemennas d'e servijerien, ar vedisined, balzamañ e dad hag ar vedisined a valzamas Israel. 3 Daou-ugent devezh a voe lakaet d'an dra-se, rak kement-se eo an niver eus an deizioù a lakaer da valzamañ. Hag an Ejipsianed a ouelas dezhañ dek devezh ha tri-ugent. 4 Pa voe deizioù e gañv tremenet, Jozef a gomzas da re ti Faraon, o lavarout : Mar em eus kavet trugarez dirak ho taoulagad, roit, me ho ped, da glevout da Faraon ar c'homzoù-mañ : 5 Va zad en deus lakaet ac'hanon da douiñ, o lavarout : Setu, ez an da vervel. Va beziañ a ri er bez am eus prenet e bro Ganaan. Bremañ eta, lez ac'hanon, me az ped, da bignat evit beziañ va zad hag e tistroin goude. 6 Faraon a respontas : Pign da veziañ da dad, evel m'en deus lakaet ac'hanout da douiñ. 7 Jozef a bignas evit beziañ e dad. Gantañ e pignas holl servijerien Faraon, henaourien e di, holl henaourien bro Ejipt, 8 holl di Jozef, e vreudeur ha ti e dad. Ne lezjont e bro C'hoshen nemet o bugale vihan, o deñved hag o ejened. 9 Pignat a reas ivez gantañ kirri ha marc'hegerien, ar strollad a oa gwall vras. 10 Dont a rejont betek leur Atad (= spern), en tu all d'ar Jordan, hag e rejont hirvoudoù bras ha dreistmuzul. Jozef a reas evit e dad ur c'hañv a seizh devezh. 11 Annezerien ar vro, ar Gananeiz, o welout ar c'hañv-se e leur Atad, a lavaras : Setu aze ur c'hañv bras e-touez an Ejipsianed ! Dre-se eo bet galvet al lec'h Abel-Mizraim (= kañv an Ejipsianed). Bez' emañ en tu all d'ar Jordan. 12 Mibien Jakob a reas eta evel-se en e geñver, evel m'en doa gourc'hemennet dezho. 13 E gas a rejont da vro Ganaan hag e sebeilhjont anezhañ e kev park Makpela, a brenas Abraham digant Efron an Hitit evel ul lec'h-bez, hag a zo a-dal da v-Mamre. 14 Goude m'en doa Jozef sebeliet e dad, e tistroas en Ejipt gant e vreudeur ha gant ar re holl a oa pignet gantañ evit beziañ e dad. 15 Breudeur Jozef, o welout e oa marv o zad, a lavaras etrezo : Marteze Jozef en devo kasoni ouzhimp ha ne vanko ket da reiñ deomp an holl zroug hon eus graet dezhañ. 16 Hag e kasjont da lavarout da Jozef : Da dad en deus graet deomp ar gourc'hemenn-mañ a-raok mervel : 17 Komz a reot evel-henn da Jozef : Da bediñ a ran, pardon bremañ da'z preudeur o zorfed hag o fec'hed rak graet o deus droug dit. Da bediñ a ran, pardon bremañ o zorfed da servijerien Doue da dad. Jozef a ouelas pa voe lavaret dezhañ ar c'homzoù-se. 18 E vreudeur, o vezañ deuet d'e gavout, en em daolas d'e dreid hag a lavaras dezhañ : Setu, da servijerien emaomp. 19 Jozef a lavaras dezho : N'ho pez ket aon, ha bez' on-me e lec'h Doue ? 20 C'hoant ho poa d'ober din droug ha Doue en deus cheñchet kement-se e mad, evit ober ar pezh a welit bremañ ha mirout drezon ar vuhez d'ur bobl vras. 21 N'ho pez ket eta aon bremañ. Me a vago ac'hanoc'h, c'hwi hag ho tiegezhioù. Hag e tic'hlac'haras anezho en ur gomz dezho hervez o c'halon. 22 Jozef a chomas en Ejipt, eñ ha ti e dad, hag e vevas kant dek vloaz. 23 Jozef a welas bugale Efraim betek an deirvet lignez. Bugale Makir mab Manase a voe ivez ganet war daoulin Jozef. 24 Jozef a lavaras d'e vreudeur : Emaon o vont da vervel. Met a-dra-sur, Doue a weladenno ac'hanoc'h hag a lakaio ac'hanoc'h da bignat eus ar vro-mañ d'ar vro en deus touet reiñ da Abraham, da Izaak ha da Jakob. 25 Jozef a reas touiñ mibien Israel hag a lavaras dezho : A-dra-sur, Doue a weladenno ac'hanoc'h ha neuze e kasot va eskern ac'hann. 26 Jozef a varvas, oadet a gant dek vloaz. Balzamet e voe ha lakaet en un arched en Ejipt.