TORFED AR FRER JUNIPER HERRI GhéON Troet gant Jakez Riou C’HOARIERION : AR FRER JUNIPER. AR FRER GOULAOUIG. UR C’HOUER eus bro Ombria, en Italia. TORFED AR FRER JUNIPER Unan eus al lochennoůigoů edo o chom enno kenvreudeur sant Fransez, e kompetezenn Asez, en dro d’ar Porsionkul. Un nor, en tu kleiz. Skińvier talfaset. Ur picherad dour. En tu dehou, ur gwele raden. Ar breur Goulaouig a zo gourvezet war ar gwele-se ; troet eo gantań e gein ; kousket eo. Ar frer Juniper, o tont, a zoug gant doujańs ha gant evezh bras ur plad pri kuzhet gant ur pastell eus e sae. JUNIPER Me eo ar frer Juniper, unan eus frered Fransez, an disterań a bell, bihan e spered, bihan e furnez, ha n’eus ket en e benn daou wennegad a skiant prenet. En em dennań a ran ar gwellań ma c'hellan, ha, pa zeu din ur menoz bennak eus diavaez va spered, e kredan atav, e gwir pe e gaou, eo bet degaset din eus baradoz an Aotrou Doue… hag atav e sentan ouzh va menozioů. Klevit : an deiz all e teuas din ur sońj… (Tevel a ra ha c’hoarzhin goude) a a a a a ! (O tiskouez e blad.) Un den d’an nebeutań en devo plijadur, ar paour kaezh breur a zo aze gourvezet ar war gwele raden, treut evel un askell-groc’hen ha ken tanav ha palm va dorn. Hag ur menoz hag a zegas eürusted da galon ur breur ne dle ket bezań ur menoz fall. (Sellout a ra ouzh ar frer Goulaouig.) Kousket eo. (E fri er plad.) Hem ! Hem !… O madelezh an Aotrou Doue ! Ur c’hwez vat a zeu diouzh ar plad-se… ken plijadurus eo ma lakaio an heol da barań e kalon va breur Goulaouig ! Me a sello outań o tebriń. An dra-se a vo va gopr evit va foan. N’eus netra par da levenez ur breur da silań levenez e kalon ur breur all. Ha, dre se, e welin sklaer, pe mat pe fall e oa ar menoz a zo bet degaset din. (Tostaat a ra ouzh ar frer Goulaouig.) Hola ! hola ! frer Goulaouig ! GOULAOUIG Ha c’hwi an hini eo, frer Juniper ? JUNIPER Me an hini eo. Poent dihunań. Nadoz an heol a graet ganti bremaik tro an horolaj ha deuet eo mare lein. GOULAOUIG (o tihunań) Mare lein ? JUNIPER Ya ! Trec’het eo ar c’hleńved ha war wellaat emaoc’h, gwelout a ran. Dioueriń a rafec’h ho lein ? Padal evit dont a-benn eus ar c’hleńved ez eo ret deoc’h debriń ha debriń mat. A-raok mont diouzh ar gęr, hon tad ha breur Fransez en deus kemennet din soursial ouzhoc’h e-keit ma vije bet o veajiń, hag urzh hoc’h eus da sentiń ouzhin. O foetań hent dalc’hmat, amań ahont e Bro-C’hall, e Bro-Spagn, en Douaroů Santel… hag o tebriń predoů divare, ha stomok ne gav ket e gont. Er vro-mań, evit deomp kestań hon tammig bara pemdeziek eus un toull-dor d'egile, an dud a zo boazet da reiń, hemań ur vi d'al lun, hennezh un tamm formaj d'ar meurzh, hennezh all a raio d'ar gwener un draen pesk eus ar re gaerań. Bep sizhun d'an hevelep deiz, e vez an hevelep pred, hag ar stomok a zo deuet da c’houzout vat e vicher. Boazet eo. Degas a ran deoc’h eta, ar pezh a c’houlenn ho stomok. It war ho koazez, hag ouzh taol, frer Goulaouig. GOULAOUIG Sentiń a ran neuze. (Mont a ra war e goazez.) Petra a zegasit din, frer Juniper ? JUNIPER Penaos ? N’ouzoc’h ket ? Ha n’hoc’h eus ket lavaret din dec’h ar c’hoant bras ho poa da zebriń un troad pemoc’h ? GOULAOUIG Un troad pemoc’h ? Klevit ! Ya, ur c’hoant direizh am eus bet. Urzh ar frer Fransez, avat… JUNIPER Reolennoů an urzh n’int ket bet graet evit ur frer klańv. Asa ! grit cher vat ! Degaset em eus deoc’h un troad pemoc’h suilhet dispar. Sellit. (Dizoleiń a ra e blad). Ne blij ket deoc’h ? Ma ! poan gollet e vo bet… Me va-unan am eus suilhet anezhań. GOULAOUIG Eo, plijout a ra din. Re e plij din zoken, gwelloc’h e vije bet din gwaskań war c’hoant direizh va stomok. Da vihanań, en ur zebriń, e poaniin da gaout plijadur an nebeutań ma c’hellin. JUNIPER Ma ne gemerit ket plijadur, ne ziazezo ket mat ar pred. En anv ho stomok, ho preur, a zo o c'houlenn anezhań, hag en anv ar sentidigezh, e roan urzh deoc’h da gemer plijadur en ur zebriń an troad pemoc’h-se. Ma ! Mont a ra yen e-keit ma chomomp da gentań. Debrit, frer Goulaouig ; me a sello ouzhoc’h. (Lakaat a ra dezhań ar plad war e varlenn ; azezań a ra war ur skaoń ; dirazań, ar frer Goulaouig a zebr). C’hwez fall a zo gantań ? GOULAOUIG N’eus ket… n’eus ket… JUNIPER N’eo ket poazhet mat ? GOULAOUIG O ! poazhet mat eo. JUNIPER Perak eta, e rit geizoů o tebriń anezhań ? GOULAOUIG Geizoů a ran en diavaez… abalamour em eus droug ouzhin va-unan o kavout anezhań ker mat all. Em c’hof avat… JUNIPER (o c’hoarzhin) A a a a a a a a ! GOULAOUIG (o paouez debriń) Nann… nann… n’eo ket dleet din. JUNIPER Kendalc’hit, va breurig, ha chomit sioul ! Difenn a ran deoc’h rannań ur gom ken. Etre daou vegad e lavarot : « An Aotrou Doue a zo mat ». Livirit en ho spered ma ne fell ket deoc’h lavarout gant ho kenou. GOULAOUIG Mat ! (Debriń a ra ha lavarout). An Aotrou Doue a zo mat ! JUNIPER (o c’hoarzhin) A a a a a a a ! GOULAOUIG An Aotrou Doue a zo mat. (Dont a ra dezhań ar paz). JUNIPER (o tiskargań dezhań da evań) Evit ! Arabat deoc’h en em vougań ! ’c'heller ket debriń ha komz war memes tro. Gortozit ! Me a veulo an Aotrou Doue evidoc’h. (Uhel e vouezh hag o taneal ar frer Goulaouig da bep begad). An Aotrou Doue a zo mat… — Mat eo an Aotrou Doue en deus krouet al loen pemoc’h… — Mat eo an Aotrou Doue en deus krouet ar pemoc’h gant treid hag a zo deomp da zebriń… — Mat eo an Aotrou Doue en deus roet d’ar frer Juniper an tan evit o suilhań hag an tu d’ober anezho skańv ha tener… evit pareań stomok ar frer Goulaouig. Ha dre ar memes taol, hilliget dezhań e daol. — Mat eo an Aotrou Doue… (Ur pennad. Klask a ra ur frazenn all da lavarout.) GOULAOUIG O ! e c’hellit lavarout, frer Juniper. Pell ’zo n’em eus ket debret gant ur galon ken dogor. Ya, ar galon a zo digor mat… an troad suilhet a zo mat… hag an Aotrou Doue a zo gwelloc’h c’hoazh. JUNIPER (o c’hoarzhin) Gloar da Zoue ! Gwelout a ran ar yec’hed o livrinań ho tivjod. An troad-se en deus nevesaet ho kwad. Arabat deoc’h lezel un disterań en ho tilerc’h. GOULAOUIG O ! bremań ! Pa emaon gantań… ne ziskrogin ket. Gwelout a rit, sentiń a ran… ha sentiń a rin… betek an askorn. JUNIPER Betek an askorn… betek an askorn ! Ma oufec’h va breur klańv, al levenez a gouezh bremań em c’halon, eus baradoz an Aotrou Doue. (Ur pennad). GOULAOUIG (hep diskregiń) Livirit din, frer Juniper : eus pelec’h e teu an troad burzhudus-mań ? Ret e vo din va-unan, kerkent ha ma vin deuet da vale en-dro, mont da drugarekaat ar c’hristen madelezhus en deus roet anezhań deoc’h. Eus pelec’h e teu ’ta ? JUNIPER Eus pelec’h ? O ! n’eus forzh eus pelec’h, va breur Goulaouig. GOULAOUIG C’hoant am eus da c’houzout. JUNIPER Dont a ra… dont a ra… eus ul loen pevar-zroadek. GOULAOUIG Sur a-walc’h. Piv eo perc'henn an aneval ? JUNIPER N’ouzon ket ra vat. GOULAOUIG O ! penaos ? JUNIPER Selaouit ’ta ! Bremań e c’hellan anzav ouzhoc’h, rak ar blijadur hoc’h eus bet a ziskouez din em eus graet mat. Edon o vale a-dreuz ar parkeier, ha, dre ma kerzhen, ho c’hoant a hope em spered : « Frer Juniper, debriń a rafen gant plijadur un troad pemoc’h… » Ne oan ket evit distagań va sońj diouzh ho c’hoant… Hag edon o vont klańv. « Frer Juniper, debriń a rafen gant plijadur un troad pemoc’h. » Ur pemoc’h a oa er park, o turiat gant e vin ur bern delioů sec’h dindan ur wezenn derv… Neuze… em eus dispaket va c’hontell… — ha setu ! GOULAOUIG Setu petra ? JUNIPER Setu em eus troc’het unan eus e bavioů. Souezhet marv eo chomet da gentań ha n'en deus lavaret grik. Degaset em eus an tamm ganin ha poazhet anezhań. GOULAOUIG Hep goulenn aotre digant an den ? JUNIPER O ! frer Juniper ! JUNIPER Ar pemoc’h en deus skrijet diwezhatoc’h… Gouzout a ran moarvat ez eo laouen gant ar pezh a zo bet graet dezhań, hag en em gavout a ra a-du ganin-me. GOULAOUIG O ! o ! en anv hon tad santel Fransez ! N’ho poa ket aotre ebet da gemer un troad diwar goust ar pemoc'h kentań hoc’h eus kavet, va breurig. JUNIPER A gred deoc’h ? Me a grede din. Setu en em gavit gwall-nec’het gant nebeut a dra. GOULAOUIG It buan ! redit, frer Juniper ! Klaskit ar pemoc’h hag e berc’henn ha, war ho taoulin, goulennit pardon diganto ! JUNIPER Pardon evit petra ?… ha digant piv ?… digant ar pemoc’h ? GOULAOUIG Digant ar perc’henn — ha digant ar pemoc’h zoken. Hastit afo ! JUNIPER Hastań… hastań ! N’ouzon perak em eus da hastań buan, ar moc’h a zo bet krouet gant treid evit… evit ma… GOULAOUIG It ! JUNIPER Mont a ran… peogwir e fell deoc’h. N’ouzon ket ervat peseurt pardon goulenn diganto, pa em eus troc’het an troad evit yec’hed ur frer. Me a lavaro bennozh Doue d'an den ha bennozh Doue d'ar pemoc’h… Ha goude… (Klevout a reer un den o c’harmiń er-maez ; frer Juniper a selaou). KOUER Hola ! hola ! hola ! JUNIPER Petra ’c’hoarvez ? KOUER Hola va zroad ! Hola, va gar ! Kent e oan stummet ken brav hag e valeen ken kaer. Bremań e vin kamm betek fin va buhez… evit da virviken ! hola ! hola ! hola ! JUNIPER Petra ’c’hoarvez ? (Digeriń a ra an nor ; sellout a ra). Ur c’houer… Deuit tre. KOUER (o tont) Truez ouzhin va frered kaezh ! N’on ket evit mont mui ! Aotre a roit din da azezań ? Kouezhań a ran diouzh va sav… Kamm on. (Azezań a ra war ur skaoń). JUNIPER Penaos eta ? KOUER Ya, va frered kaezh, kollet em eus ur c’har. JUNIPER Pe hini ? KOUER Hini va loen paour. — O ! va breudeur kaezh, an hini bravań a oa er c’hraou, kuilh ha reut-tenn e vlevenn evel ur bolozenn. Hag e karen anezhań kement ma santan e boan em c’horf… O! va zroad ! O ! va gar ! N’hoc’h eus ket gwelet anezhań, aze, en un tu bennak ? JUNIPER Petra ? KOUER An troad… ar gar… troad va femoc’h… Hola ! hola ! JUNIPER (o tirollań da c’hoarzhin) A a a a a a ! — A a a a a a ! — A a a a a a ! KOUER C’hoarzhin a rit, va frerig ? N’eus ket da c’hoarzhin, avat. JUNIPER Eo eo ! (o c’hoarzhin). A a a a a ! — A a a a a a ! KOUER Ne gredit ket ac’hanon ’ta ? Ha krediń a ra deoc’h emaon o tisplegań gevier ? JUNIPER N’eo ket… n’eo ket (o c’hoarzhin). A a a a a ! KOUER (d'ar breur Goulaouig) Klasket em eus anezhań e kement korn… ha kavet em eus anezhań stouet war e bav mognet, o wic’hal, o tiroc’hal, hep gallout anavezout e vestr nemet gant e lost… o treiń hag en em skoulmań evel ma vije bet an tan ennań… e gof en e wad… en ur stad truezus !… Ha gant ar gwad aet da goll, setu e kollan ivez ur walenn gwadigennoů, ha marteze ouzhpenn. JUNIPER Gwell a se… A a a a a a ! KOUER Ah ! mont a raio droug ennon… Gwelout a reer mat ne oa ket deoc’h al loen. JUNIPER Ar c’hontrol, va den mat. C’hoarzhin a rafen an hanter muioc’h ma vije bet din al loen… A a a a a a ! Pa oufec’h… Dańsal a rafec’h gant ar blijadur. KOUER Me, c’hoarzhin ? JUNIPER C’hoarzhin a rafec’h. KOUER Abalamour eo bet troc’het ur pav d’am pemoc’h ? JUNIPER Just ! KOUER Ya, moarvat. JUNIPER Selaouit, hag arabat bezań ken trist-se ! (Ur pennad). Me, frer Juniper, keneil d’an tad santel Fransez, me eo an hini en deus troc’het pav ar pemoc’h gant ar gontell-mań. KOUER Hola ! hola ! (D’ar frer Goulaouig). Ha gwir eo ? GOULAOUIG Gwir eo, va den mat. Un dra divalav en deus graet ar frer Juniper. Ha troad ho pemoc’h emaon o peurechuiń debriń anezhań. Pardonit din ! (Diskouez a ra e blad). KOUER Hola ! hola ! JUNIPER (laouen) Perak e c’harmit ken kreńv ? Me eo an hini en deus trochet an troad. KOUER Hag en em gavout a ra c’hoazh (Droug ennań) Laer ! amprevan ! loen brein ! JUNIPER Arabat deoc’h kounnariń. — N'hoc’h eus ket komprenet… Ne vefec’h ket evit mirout da c’hoarzhin pa oufec’h… KOUER Ha gouzout petra ? N’ouzon ket perak e c’hoarzhin gant ur pav mac’hagnet. JUNIPER Selaouit ! KOUER Ha selaou petra ? JUNIPER Ret eo deoc’h gouzout… ha din displegań deoc’h. Azezit ! (Ur pennad) Ar frer Goulaouig a zo aet e stomok da fall muioc’h eget e dreid en ur birc’hirinań war hentoů ar bed… ha, peogwir e stomok a c’houlenne un troad pemoc’h temer… a a a a ! setu em eus troc’het an hini kentań am eus kavet war va hent… hag eo degouezhet, va den mat, dre ur c’hras vras a-berzh an Aotrou Doue, e oa an troad-se hini ho pemoc’h… Klevout a rit ? (C’hoarzhin a ra.) KOUER (o sevel, droug ennań adarre) Amprevan !… diaoul ! ar gwashań diaoul a-douez an diaouled ! Ha dindan gwiskamant ur manac’h hag a vev diwar an aluzon ! Mil mallozh ! A ! fiziańs am bo c’hoazh en ur manac’h. Ar venec’h-se a ra an neuz da vezań paour evit ober droug d’an dud kaezh. Penaos e chomfent bev ma n’eo ket dre laerońsi ? A ! amprevan ! a diaoul ! Va zroad !… va zroad !… er plad-se !… o! askornoůigoů bihan ! Laer ! torfedour ! muntrer ! lazher ! lazher treid-moc’h ! JUNIPER O la ! o la !Ar c’homzoů-se n’int ket komzoů dereat… ar fallań tra eo kounnariń, hag ur pec’hed bras eo da vezań kofesaet hep koll amzer… Rak, ma tegouezhfe deoc’h mervel gant un taol-gwad, feiz, n’ouzon ket petra a c’hoarvezfe ganeoc’h. Asa ! asa ! n’hoc’h eus ket klevet mat. KOUER N’on ket bouzar emichańs. JUNIPER N’hoc’h eus ket komprenet. KOUER Ha krediń a ra deoc’h on un azen ? JUNIPER Nann ! nann ! — Met… KOUER N’eo ket gwir, marteze ? JUNIPER Gwir petra ? KOUER Eo bet mac’hagnet va femoc’h… ganeoc’h… gant ho kontell ? JUNIPER Eo. KOUER A ! loen brein ! JUNIPER Pa lavaran deoc’h e oa evit brasań mad… — klańv eo ar frerig Goulaouig… — hag en deus ezhomm eus treid moc’h evit pareań e stomok… — hag eo bet krouet ar moc’h evit an holl dud… — hag ar pezh a zo d’an holl dud, rak hini ebet ac’hanomp ne c’hell krouiń an disterań tra… — hag an holl dud, war an douar a zo breudeur ha c’hoarezed… — hag eo dleet deoc’h en em gavout, rak an troad pemoc’h-se en deus graet plijadur kenań da stomok ho preur. N’eo ket gwir ? KOUER A ! amprevan ! a ! an diot anezhań ! a ! penn azen. Hag o klask lakaat ac’hanon da c’hoarzhin ! — A ! diaoul milliget, ker e kousko dit. (O kregin en ur skaoń). Gortoz ma torrin dit ur pav ivez. Na c’hoarzh ket ! na c’hoarzh mui ! pe… JUNIPER Mat ! Gouelań a rin. Ret e vo din gouelań, ma ne c’hoarzhit ket evel ma eo dleet ober evit ar joa en deus graet an Aotrou Doue da unan eus e grouadurion… en ur ober implij ac’hanoc’h muioc’h eget ac’hanon… Rak ar pemoc’h-se a oa bet roet deoc’h da virout, ha c’hwi an hini en deus soursiet outań, maget anezhań… padal me n’em eus graet nemet… KOUER Diot eo… da stagań ! JUNIPER (e barr al levenez) Ah ! va breur bihan, an Aotrou Doue a zo mat ! KOUER Ne welan ket penaos. JUNIPER Ma lez ar c’hleńved da gouezhań war an dud, ez eo evit kaout digarez da zegas ar pare dezho en-dro. KOUER Ya, moarvat ! JUNIPER Evit teneraat kalon o breudeur. KOUER Me am eus ur galon dir. JUNIPER Hag en deus hadet, plantet ha lakaet war dachenn ar bed kement tra hag a fińv, kement tra difińv ha kement tra all, end-eeun evit o fareań. KOUER Koulskoude… JUNIPER Hag a ran d’an dud yac’h eveldoc’h hag eveldon-me gounit meritoů gant kleńvedoů ar re all. KOUER Evit ar meritoů… JUNIPER Hag en deus roet dezho da virout an holl draoů mat am eus lavaret deoc’h evit sikour o breudeur en o ezhommoů. KOUER Kompren a ran… JUNIPER Setu, va den mat, va breur, an Aotrou Doue en deus roet ar pemoc’h-se deoc’h da virout… KOUER Ker eo koustet din. JUNIPER Hag en deus lakaet anezhań war va hent… KOUER Siwazh din ! JUNIPER Ha me ’zo sur, c’hwi hoc’h eus dibabet anezhań gant ho kalon hag ho madelezh kristen, dibabet a-douez ho moc’h all — an hini kuilhań, an hini kaerań, an hini muiań karet — evit pareań ar frer Goulaouig. KOUER N’eo ket gwir… n'eo ket gwir… n’em eus graet dibab ebet. JUNIPER Eo ! eo ! (o tiskouez ar frer Goulaouig). Sellit outań ! Paour kaezh breur, un dudi eo gwelout anezhań bremań ker koant hag ur boked-mae, — hag e oa deut amań, pladet ha drouklivet, evel ur fiezenn en he boest… hag e stomok, ker figus a-raok, en em glev gantań bremań eus ar gwellań. Abalamour deoc’h… abalamour d’ho troad. (E barr al levenez). Livirit ’ta, oc’h un den digalon ha ne blij ket deoc’h gwelout ar frer Goulaouig o pareań. Livirit ’ta ho pije nac’het ouzhin ho pemoc’h mar em bije goulennet anezhań diganeoc’h, ha miret ouzh ho preur da vezań yac’h ha pare ? Livirit ’ta e kavit kasaus gwelout anezhań kel livrin ? Ho pemoc’h a lamm gant plijadur o sońjal er baredigezh-se. Mar en deus bet poan, ar paour kaezh loen — ar pezh n’ouzon ket — ne vezo ket bet poan gollet. Hag an troad a dalvez deomp war an douar, a dalvezo deoc’h e-barzh an neńv. — Gloar da Zoue ! gloar da zoue ! C’hoarzhomp ! korollomp !… Pokomp an eil d'egile… Me a zo breur deoc’h ha c’hwi a zo breur din. A a a a a ! (Pokat a ra d’ar c’houer.) KOUER (souezhet-marv hag an dour en e lagad) Hem ! hem ! frer Juniper, graet ho pije din c’hoarzhin ma ne vijen ket bet o ouelań. — Hem ! hem ! kavout a ra din emaon o ouelań ha n’ouzon ket perak…(Sec’hań a ra e zaeloů). Mar deo gwir, hervez ma livirit, en deus an troad-se degaset ar yec’hed d’ar frer Goulaouig, n’em eus ket a geuz dezhań. N’em boa ket sońjet c’hoazh, daoust ma vez lennet an aviel er gęr, ur wech bep ar mare, ez omp breudeur evit mat… ha ne sońjen ket kennebeut emań an holl draoů eeunet ken brav gant an Aotrou Doue, ma vez gounezet en tu-mań ar pezh a vez kollet en tu-se. Ar gentel hoc’h eus desket din a dalvez troad va faour kaezh loen. JUNIPER Ac’hanta ! Setu aze komzoů kristen. KOUER (goude ur pennad-prederiań) Nann, gouzout a rit ?… Nann, n’eo ket a-walc’h c’hoazh. Divinit ar pezh emaon o vont d’ober ? O vont da ziwadań al loen kaezh emaon, ha ne zalc’hin evidon nemet ar gwad evit ober ar gwadigennoů… ar peurrest, klevout a rit ?… a vo d’ar Vreuriezh. JUNIPER Bravo ! bravo ! pa lavaran deoc’h eo mat an Aotrou Doue. KOUER An Aotrou Doue a zo mat… GOULAOUIG (d’ar frer Juniper) Ya, madelezhus eo an Aotrou Doue a ra din tennań gounidigezh eus ho torfed. Hogen, ne gred ket din, va breurig, e roio meuleudi deoc’h evit an doare ober. Ar frer Fransez, goude ma vo distro d’ar gęr, a zisplego deomp an dra-se, hervez lezenn an Aotrou Doue. Krediń a ra din e lavaro deoc’h, a-raok kemer hiviziken un dra bennak diwar goust an nesań, goulenn digantań e ali. KOUER N’en em chalit ket ganin ! An dra-se a ra plijadur din ha va femoc’h a zo deoc’h penn-kil-ha troad. GOULAOUIG Plijadur a ra deoc’h bremań. Kenteliet oc’h bet avat, gant ar frer Juniper. Setu aze ur chańs ha n’eo ket bet roet d’an holl. ECHU