Un correcteur orthographique et grammatical breton pour Microsoft Office 2007

Les utilisateurs d’Office 2007 peuvent désormais télécharger gratuitement un correcteur orthographique et grammatical breton sur le site http://www.drouizig.org. Avec un dictionnaire de 60.000 lemmes représentant 1,5 million de formes fléchies, ce correcteur, développé par l’association de bénévoles An DROUIZIG, qui promeut la langue bretonne, vient s’ajouter à la liste des outils réclamés par tous ceux qui sont sensibles à la défense des langues « moins dotées ».

J’avais parlé ici-même du lancement d’un correcteur orthographique romanche il y a quelques mois. Franck nous rappelle également que l’interface d’Office 2007 a été récemment traduite en alsacien. Langues régionales, langues en danger, langues de moindre diffusion, langues peu dotées… tous ces concepts se recoupent très souvent et les nouvelles technologies peuvent contribuer à préserver ce patrimoine linguistique. Je suis heureux de voir que les communautés jouent leur rôle. En y mettant tous du nôtre, nous pourrons peut-être enrayer l’érosion de ces langues. J’y reviendrai bientôt…

Thierry Fontenelle
Microsoft Natural Language Group

Le projet a été mené par Philippe Basciano Le Gall,
ingénieur R&D, diplômé de Télécom Nancy

Ostilhoù-yezh evit Microsoft Office 2013

Gwened - Vannes - d'ar Merc'her 9 a viz Genver 2013

Laouen eo pare An DROUIZIG o kemenn deoc'h, evit deroù ar bloaz 2013, hizivadur An DROUIZIG Difazier. Skor an heuliad burevek Microsoft Office 2013 eo an nevezinti pennañ eus an hizivadur-mañ. Hegerz eo an heuliad (evel alberz nemetken) abaoe nebeut a amzer war lec'hienn Microsoft. A-benn an trimiziad kentañ eus 2013 e vo gwerzhet d'an dud.

O toujañ d'an doare skrivañ peurunvan e skor an handelv-mañ pemp kant stumm ger ouzhpenn, tennet, evit an darn vuiañ anezho, eus an nevezc'herioù brezhonek hag eus geriaouegoù rannyezhel. Gant ur geriadur 60.000 ger ennañ o kevatal da 1,6 milion stumm deveret e vez tremenet dreist pep live arverañ ar brezhoneg. Gant ar meziant ez eus ur c'heflusker da ardeiñ an hoskiñ (an troc'h gerioù e dibennoù al linennoù testenn) hag un dezrannerez yezhadurel da zinoiñ ar fazioù kemmadurioù.

Dreist e vez enkorfet ar binvioù-mañ en heuliad. Prouadet stank dre ur strollad testennoù 20 milion ger ennañ e vez kinniget un anaoudegezh divank eus stummoù deveret ar brezhoneg. Ur benveg kelennadel, talvoudus evit an dud a zesk ar yezh a ya da vezañ an Difazier hag ouzhpenn-se ur benveg n'haller ket ober heptañ evit ar re a skriv e brezhoneg bemdez : kelennerion, kazetennerion, animatourion, h.a.

O kontañ meur a vil pellgargadur abaoe ma 'z eo aet war-wel en em azasa ar goulev diouti c'hoazh ur wech en ur heuliañ nevezerezhioù diwezhañ nevid ar c'halvezouriezhoù nevez a-fet meziantoù.

Daveoù

Pep ger a vez anavezet gant A.D.D. zo bet gwiriet.

Sur eo e vez kavet e wrizienn da nebeutañ e-barzh ur geriadur e-touez ar re vrudet meneget da heul :

- Reizhskrivañ -

  • Geriadur An Here, eil embannadur.
  • Geriadur Brezhoneg-Galleg / Français-Breton, Roparz Hemon/Ronan Huon. Embannadurioù 1993, 2002, 2005.
  • Geriadurioù Preder (Stlenneg, Armerzh, Jedoniezh...).
  • Geriadur Brezhoneg-Galleg - Français-Breton - Mouladurioù Hor Yezh.
  • Gerioù evit komz brezhoneg bemdez - Alan Monfort.
  • Dastumad gerioù a rannyezhoù a gevred, Turiaw ar Menteg.
  • Lexique complémentaire Breton-Français, Imbourc’h, Jil Ewan - Marc’h-kleur, Youenn Olier.
  • Geriaouiñ Diwan, bet bodet er stlennvon « Brezhoneg21 ».

- Yezhadur -

  • Grammaire bretonne, Roparz Hemon.
  • Yezhadur Bras ar brezhoneg - Frañsez Kervella.
  • Grammaire bretonne - Pêr Trepos.
  • La grammaire bretonne pour tous - Eugène Chalm.

Pellgargañ

Ha penaos gouzout pe embannadur eus Microsoft Office a zo staliet war ma urzhiataer, 32 pe 64 bit ?

  • Lennit ar pennad-mañ pe sellit ouzh ar skeudenn-mañ. A-bouez eo, arabat faziañ !
  • Siloù « SmartScreen »: daoust d'ar programmoù bezañ sinet e vo ret a-wechoù aotreañ ar staliañ,



    Ret eo klikañ war  « Informations complémentaires » pe « More Info » evit kenderc’hel gant ar staliañ.

Savadenn stabil : d'ar Gwener 10 a viz Meurzh 2017 (savadenn m40).

Trugarekadennoù

Trugarekaat a reomp ar re o deus sikouret deomp mod pe vod da lakaat an ostilh-mañ war e sav, evel m'emañ hiziv. E-touez anezho, Tomaz Jacquet, Milio Latimier, Mikaël Coïc, Gwenael Dage, Paskal Belz, Gwenael Morio, Divi Kervella, Iwan Kadored, Yann an Aod, Albert Boché, Tugdual Kalvez, Dominique Pellé...