Donemat war lec’hienn An DROUIZIG
Donemat ! An DROUIZIG, anvet Korvigelloù An Drouizig diagent, zo ur gevredigezh krouet e Gwened, Mor-Bihan, e miz Ebrel 2003 evit lakaat ar brezhoneg da vont war-raok.
Spisaet eo bet hec'h obererezhioù war dachenn ar c'halvezerezhioù nevez nemetken, urzhiataerioù personel, PDA, hezougelloù, porzhiadoù bilhedoù...
War hol lec’hienn e kavoc’h meziantoù digoust da bellgargañ. Kavet e vo meziantoù frank evel ar merdeer Firefox, ar postelerezh Thunderbird, an heuliad burevek LibreOffice. An difazier brezhonek « An DROUIZIG Difazier » evit an heuliad kenwerzhel Microsoft Office, pep moulladur skoret ganeomp, Windows ha MacOSX.
Traoù all a gaver amañ a vo moaien da bellgargañ ivez : difazier brezhonek Hunspell evit LibreOffice, levrioù brezhonek niverelaet, nodrezhioù keltiek...
Mozilla Firefox 21 e brezhoneg
Internet, d'ar 14 a viz Mae 2013. Mozilla a ginnig Firefox 21.
LibreOffice 4.0.3 e brezhoneg
D'an 9 a viz Mae 2013. The Document Foundation a ginnig LibreOffice 4.0.2. Traoù nevez e-leizh ur wech c'hoazh.


