Donemat war lec’hienn An DROUIZIG

Donemat ! An DROUIZIG, anvet Korvigelloù An Drouizig diagent, zo ur gevredigezh krouet e Gwened, Mor-Bihan, e miz Ebrel 2003 evit lakaat ar brezhoneg da vont war-raok.

Spisaet eo bet hec'h obererezhioù war dachenn ar c'halvezerezhioù nevez nemetken, urzhiataerioù personel, PDA, hezougelloù, porzhiadoù bilhedoù...

War hol lec’hienn e kavoc’h meziantoù digoust da bellgargañ. Kavet e vo meziantoù frank evel ar merdeer Firefox, ar postelerezh Thunderbird, an heuliad burevek LibreOffice. An difazier brezhonek « An DROUIZIG Difazier » evit an heuliad kenwerzhel Microsoft Office, pep moulladur skoret ganeomp, Windows ha MacOSX.

Traoù all a gaver amañ a vo moaien da bellgargañ ivez : difazier brezhonek Hunspell evit LibreOffice, levrioù brezhonek niverelaet, nodrezhioù keltiek...