Trugarez vras evit NeoOffice e Brezhoneg !
Publié : mar. avr. 03, 2007 1:59 am
Nozvat,
Trugarez vras evit ho labour ramzel ! En em voazet e oan da gargañ, er gêr kekoulz ha war eMac KDSK Gwened doareoù (niverus !) NeoOffice 2.0, ha ne gomprenen ket perak n'ez ae ket en-dro ar pakad "Brezhoneg" pa oa karget, daoust dezhañ seblantout bezañ mat.
Betek ar c'heloù am eus bet digant François-Gael RIOS, prezidant Diwan Breizh, a labour war Mac ivez.
Ret e vo broudañ an dud da gargañ ar meziant nevez-se hag en em voazañ da labourat dre ar brezhoneg, ar pezh n'eo ket anant diouzhtu, eveljust. Daoust-hag eñ ur seurt forum ne vefe ket efedus evit en em skoazellañ ? Ur goulenn am eus dija : penaos ober evit ma vefe efedus an nozelennoù "G" hag "I" evit tevaat pe stouiñ al lizherennoù. Gant Arial, em labour kentañ, e seblante bezañ diefedus ha ret din neuze dibab "Arial stouet" pe "Arial tev stouet", ar pezh n'eo ket anant tamm ebet, ha diefedus-kenañ.
Mat, mod all e skrivan deoc'h evit gouzout penaos kargañ hag implijout an difazier e brezhoneg evit NeoOffice.
Trugarez deoc'h en a-raok.
Jean-François Guillouzic
Gwineig-Breizh