Salud deoc'h
pellkarget em eus ADD 2.4 : dispar !
setu daou ginnig, lakaomp : daou c'her (un tammig "arnevez" marteze) a gavan souezhus ne vefent ket anavezet gant ADD 2.4 :
- dodenn(où) // evit tem(où)
- kevellenn(où) // evit danevell(où) lennegel
netra ez-wir...
a-hend-all, merzet em boa war ADD 2.3.3, pa gased en-dro ar gwirier kevreadur, un draig bennak a-dreuz... Me zo war "Millenium", marteze eo se ! ... neuze, pa implijen ar gwirier kevreadur, ha pa 'z aen, er ser-se, war Word (evit difaziañ un dra bennak, lakaomp) e chome goude, kuzhet ar gwirier kevreadur a-dreñv Word, ha tu ebet d'e lakaat da zont en dro war-wel ouzh ar skramm, dirak Word, da-c'houde... gwelout a rez pezh a lavaran... spi am eus 'lato ! skriv din en-dro a-hend-all...
Ken@+
Tomaz
Evezhiadennoù diwar-benn ADD 2.4
- Gweladenner-kozh
- Messages : 33
- Inscription : lun. déc. 20, 2004 10:33 am
- Localisation : Orleañs