Levier evit XP ?
Publié : mar. janv. 22, 2008 6:36 pm
Demat deoc'h,
Skrivañ a ran deoc'h a-berzh Skol Ober (kentelioù brezhoneg dre lizher) e Lannuon.
Prenet hon eus diganeoc'h ur c'hlavier c'hwerty, un nebeut bloavezhioù zo e-pad gouel ar brezhoneg e Karaez.
Staliet e oa bet war hon urzhiataer hag e kerzhe hep kudenn ebet. Ar sizhun paseet hon eus cheñchet urzhiataer ha n'eo ket ken staliet bremañ.
Siwazh n'hon eus ket ken eus ar meziant evit staliañ anezhañ en-dro. Renket eo bet en un doare re vat en ul lec'h bennak ha ne gavomp ket ken anezhañ!
Klasket em eus staliañ anezhañ gant ar meziant a oa staliet en urzhiataer kozh (evit Windows 98-Me), met ne gerzh ket gant ar Windows nevez hon eus (Windows XP).
Daoust hag-eñ ho pefe un diskoulm bennak da reiñ deomp, en ur c'hortoz adkavout ar meziant?
Trugarez deoc'h en araok evit ho respont.
Evit Skol Ober
Cecilia Pierson