A-drugarez d’ur c’henlabour etre Gweltaz Duval-Guennoc ha Dizale ez eus bet savet ur meziant nevez, e bal aesaat istitlañ videoioù e brezhoneg. Ul lodenn eus raktres bras Gweltaz diwar-benn anaoudegezh ar vouezh an hini eo.
Gallout a rit pellgargañ ar meziant, kaout muioc’h a ditouroù ha deskiñ penaos e implij war ar bajenn e lec’hienn Dizale.
D’an 21 a viz Du e oa deuet er gouloù Super ReaKtor, ur c’hoari diorroet gant SuperSAZ Studio hag embannet gant TyGames.
E brezhoneg eo bet troet ar c’hoari, ha n’eo ket ket gant An Drouizig ar wech-mañ met gant un droourez, Morgane Hallais “neko Molinari” hec’h anv.
Pal ar c’hoari eo tapout an elfennoù gwer, ha mont e biou an elfennoù mouk, a-drugarez d’ar varenn e kreiz. Posupl eo deoc’h treiñ, fiñval ha cheñch ment ar varrenn.
Ur bennaenn aes da zeskiñ met diaes da vestroniañ evel an holl c’hoarioù arkad a-zoare ! Klaskit tizhout ar gont uhelañ ha mont e penn an holl liveoù !
Sed amañ ur c’hoari video nevez e Brezhoneg, diorroet gant Pixelnest Studio, a anavezit mat evit ar c’hoarioù Steredenn ha Flipon dija!
Ur c’hoari kenlabour e skipailh eo Cthuloot, met posupl eo c’hoari e-unan ivez. Pal ar c’hoari eo dont a-benn da vont e penn liveoù leun a zañjerioù hag a luziadelloù, gant sikour (talvoudus pe get) ho kamaladed. A-bep seurt skoilhoù a vo war ho hent ha dav vo deoc’h bezañ aketus ha prederiañ, kement ha bezañ resis ha prim. Awenet eo bed ar c’hoari gant oberennoù Lovecraft, met en ur ouzhpennañ kalz a fent hag un neuz cartoon eus ar re voutikañ.
Aozet vo un nozvezh staliañ d’an 18 a viz Meurzh e Landerne et stal SC Micro adalek 7e noz, deuit da vrezhonekaat hoc’h urzhiataer hag ho pellgomzer !
Ur c’hlavier evit ho pellgomz hezoug ha graet evit bezañ efedus ha doujus d’ar vuhez prevez (n’eus kinnig gerioù ebet) eo Thumb-key.
Gantañ e vez aes tizhout al lizherennoù implijet alies (haeziñ rag-eeun) ha n’eus nemet da riklañ war ar stokelloù evit haeziñ d’ar re all.
Ouzhpenn da droidigezh an etrefas e vez kinniget ivez daou stumm klavier brezhoneg-galleg diazezet war ar stumm galleg: simploc’h eo ar stumm “brezhoneg français thumb-key” hag etrevroadeloc’h eo “brezhoneg français thumb-key compose” (posupl eo implij ur bern sinoù diakritek gant an hini diwezhañ).
M’ho peus ur gourvez-vank, dornelloù hag ur skinwel, hag e plij deoc’h kenaozañ an teir elfenn-mañ evit tremen ur prantad plijus gant mignoned gant ur c’hoari video e voc’h dedennet gant KBF: Knight Bar Fight, moarvat. Ur c’hoari nevez deuet er gouloù, diorroet gant KBF Team e dibenn studioù ar skipailh, hag embannet gant TyGames, un ti embann breizhat, kevelerien An Drouizig.
Ur c’hoari emgann mod “party game” an hini eo, awenet gant Towerfall, lec’h ma vez c’hoariet marc’hegerien o n’em gannañ gant o c’hleze, a c’hallont hejañ pe skeiñ war o enebourien.
Etre 2 ha 4 eo ret bezañ evit c’hoari, gant pep a zornell. Pal pep c’hoariadenn eo bezañ an hini a vo trec’h war ar varc’hegerien all, ha posupl eo gounit poentoù ouzhpenn a-drugarez da balioù a bep seurt.
⚠️ Ur beugig a zo evit poent, dav eo mont en arventennoù da zibab yezh ar c’hoari bewech pa vez lañset evit ma vefe e brezhoneg.
Laouen omp o kinnig deoc’h hol lec’hienn hag a zo bet adaozet penn-da-benn evit deiz-ha-bloaz 20 vloaz ar gevredigezh. Taolomp ur sell ouzh binvioù hag aezamantoù lakaet ennañ.
Gwellaat ar merdeiñ
Ar pal kentañ a oa gwellaat ar merdeiñ hag aesaat hentad an implijerien·ezed. Adaozet eo bet an etrefas evit ma vo ar merdeiñ aesoc’h da gompren. Renket eo bet ar binvioù dre rummadoù hag a glot gant ezhommoù brasañ an dud, e doare ma c’haller kavout pep tra buan.
Ostilhoù niverel liesseurt
Kinnig a ra al lec’hienn kalz ostilhoù niverel evit reiñ tu deoc’h da bleustriñ pe deskiñ brezhoneg, ha dreist-holl da vezañ gouest da implijout ar yezh en ho puhez niverel. Amañ e c’hellit kavout hon difazier reizhskrivañ, ar meziantoù troet ganeomp, ur bern c’hoarioù e brezhoneg… Gallout a rit ivez klask geriadurioù enlinenn pe geriaouegoù liammet ouzh tachennoù arbennik. Digoust eo al lodenn vrasañ eus an ostilhoù.
Atav emaomp o klask gwellaat al lec’hienn hag ar binvioù. Digor omp d’ho koulennoù ha kinnigoù : laouen e vefemp o lenn hoc’h alioù hag o klask respont d’an holl ezhommoù. Skrivit deomp hep termal !
Skipailh An Drouizig
Mozilla Common Voice : dastum enrolladennoù brezhonek
D’an 13 a viz Mezheven 2018 eo bet digoret ar raktres Mozilla Common Voice evit ar brezhoneg.
Meneget hon oa ar raktres-mañ en danevell evit ar Stal-labour troerien Mozilla e Berlin e miz Gwengolo 2017. D’ar mare-se e oa digoret ar raktres-mañ evit ar Saozneg hepken met embannet e oa bet ar pal ganto digeriñ da yezhoù all.
Mozilla Common Voice a zo ur raktres dastum roadennoù mouezh evit o lakaat en domani foran. Ar pal zo implijout anezho da sevel ostilhoù troet war-zu teknologiezhioù ar vouezh, gant ul lusker anaoudegezh ar vouezh evel pal pennañ.
Evit sevel raktresoù evel-mañ eo dav dastum ur c’hementad bras-kenañ a enrolladennoù. Setu perak e oa bet savet gant Mozilla ul lec’hienn hag un arload aes da implijout evit ma c’hallfe an holl enrollañ o mouezh en o buhez pemdez. Dav eo dastum enrolladennoù gant trouzioù en drekleur pe gant ur perzhded izel evit gallout sevel ul lusker a vo gouest da anaout ar vouezh e forzh peseurt endro ha forzh peseurt pouez-mouezh.
Al lusker DeepSpeech a zo implijet gant Mozilla, ha goulenn a ra un 10 000 eurvezh bennak evit bezañ gouest da sevel un anaouder dereat evit ar saozneg. Gant nebeutoc’h a eurvezhioù e vo gouest da sevel un ostilh diazez evit ar brezhoneg avat. Seul niverusoc’h, seul varrekoc’h e vo da gompren pouezioù-mouezh, distagadurioù ha troiennoù disheñvel.
Evit enrollañ frazennoù dre gomz eo ret kaout anezho dre skrid. D’en ober eo bet roet gant Ofis Publik ar Brezhoneg frazennoù implijet ganto evit magañ o zroer emgefreek. Gallout a rit kavout ar frazennoù-se war ar mirva github.
Penaos ober evit enrollañ ha kadarnaat frazennoù?
War al lec’hienn Common Voice e c’hallit kemer perzh war-eeun, war urzhiataer pe war bellgomzer hezoug. Ur wech erruet war al lec’hienn e c’hallit klikañ war an ere “Komzit, kemerit perzh amañ!” evit kregiñ ganti.
Teir frazenn da-heul a vo kinniget deoc’h neuze. N’ho peus nemet da glikañ war ar c’helc’h ruz da enrollañ, hag adklikañ ur wech lennet ar frazenn ganeoc’h. Ur wech enrollet an teir frazenn e vo tu deoc’h adselaou outo hag adenrollañ anezho m’ho peus faziet. M’eo dereat an teir frazenn e c’hallit kas ar frazennoù. Dalc’hit soñj n’eo ket dav kaout un distagadur disi nag un endro didrouz, ret eo e klotfe gant ur son enrollet er vuhez pemdez.
Gallout a rit ivez kadarnaat frazennoù bet enrollet gant tud all, evit bezañ sur eo bet lennet mat ha n’eus bet den oc’h enrollañ forzh petra. War ar bajenn degemer e c’hallit pouezañ war an tric’horn e-kichen ar frazenn kinniget evit selaou ar pezh a zo bet enrollet, ha respont “Ya” pe “Ket” hervez m’eo mat ar frazenn. Ur wech ouzhpenn, n’eus ket da gaout un enrolladenn a-vicher, ar pouezusañ eo ne vefe ket bet faziet en ul lenn ar frazenn.
Abadenn staliañ e Gwened
War ar pembez e vez implijet ganeoc’h ur merdeer kenrouedad, ur posteler pe meziantoù un heuliad burevek… Ha soñjet ho peus ober ganto e brezhoneg? An Drouizig ha Brezhoneg e Gwened a ginnig deoc’h un abadenn staliañ e Gwened d’an Sadorn 10 a viz Meurzh da 2e d’enderv evit mont pelloc’h ganti.
Brezhonekait ho stlenneg! Difazier, meziantoù, c’hoarioù… A-bep seurt evit hoc’h urzhiataer hag ho poellgomzer.
Kregiñ a raio an abadenn gant ur ginnigadenn eus ar pezh a c’haller kavout e brezhoneg war an dachenn niverel. Da c’houde e vo an atalier staliañ da vat!
Dalc’hit soñj eus an deiziad hag eus al lec’h: d’ar Sadorn 10 a viz Meurzh da 2e d’enderv en davarn “Warpzone” 10 straed al Lezenn (rue de la loi). Digor eo d’an holl. Ha degasit hoc’h urzhiataer, ho poellgomzer pe hoc’h alc’hwez USB evit o brezhonekaat.
Daoust bezañ digoust an enderviad staliañ evidoc’h, gwenneien a vo tu deoc’h profañ evit kemer perzh e priz an evaj…
PS : Kudenn ebet ma n’hallit ket erruout d’an eur skrivet war an darvoud: degemeret e viot evit skoazellañ ac’hanoc’h a-hed an abardaez !
Tud OpenStreetMap vo ganeomp evit diskouez ar raktres !
Ur raktres-kenlabour savet gant kenoberourien OSM eo OpenStreetMap. Lakaat war OSM, ar gartenn enlinenn frank, lec’hanvioù hag anvioù poentoù heverk e brezhoneg eo ar pal.
Openshot: ur meziant embann videoioù
D’an 30 a viz Eost 2016 eo bet embannet handelv 2.1 Openshot. An hini kentañ o kinnig ar brezhoneg e-touez ar yezhoù ebarzhet.
Ur meziant frank evit embann videoioù eo OpenShot. Savet eo diwar skouer meziantoù evel Windows Movie Maker, iMovie pe Adobe Premiere. War Windows, Mac ha GNU/Linux e c’haller e arverañ, evit sevel videoioù er mentrezhoù pennañ. Evit frammañ ar video e c’haller troc’hañ, dilec’hiañ hag aozañ klipoù e meur a zoare, en ul lakaat ardreuzadoù etrezo. Efedoù a c’haller ouzhpennañ d’ar c’hlipoù video evit kemmañ o neuz.
Kelennskridoù a zo skrammet ar wech kentañ m’eo digoret ar meziant evit skoazell an implij. Ma n’eo ket trawalc’h e geweriusterioù evit sevel filmoù hir skiant-faltazi eo dispar evit kinnig ur filmig vakañsoù pe ober kemmoù bihan d’ur video (c’hwelañ, adventañ, hag all).
Evit lakaat ar meziant e brezhoneg eo ret mont da gemmañ ar yezh er gwellvezioù (Preferences) ur wech staliet en ur yezh all.
Pour offrir les meilleures expériences, nous utilisons des technologies telles que les cookies pour stocker et/ou accéder aux informations des appareils. Le fait de consentir à ces technologies nous permettra de traiter des données telles que le comportement de navigation ou les ID uniques sur ce site. Le fait de ne pas consentir ou de retirer son consentement peut avoir un effet négatif sur certaines caractéristiques et fonctions.
Fonctionnel
Always active
Le stockage ou l’accès technique est strictement nécessaire dans la finalité d’intérêt légitime de permettre l’utilisation d’un service spécifique explicitement demandé par l’abonné ou l’utilisateur, ou dans le seul but d’effectuer la transmission d’une communication sur un réseau de communications électroniques.
Préférences
Le stockage ou l’accès technique est nécessaire dans la finalité d’intérêt légitime de stocker des préférences qui ne sont pas demandées par l’abonné ou l’utilisateur.
Statistiques
Le stockage ou l’accès technique qui est utilisé exclusivement à des fins statistiques.Le stockage ou l’accès technique qui est utilisé exclusivement dans des finalités statistiques anonymes. En l’absence d’une assignation à comparaître, d’une conformité volontaire de la part de votre fournisseur d’accès à internet ou d’enregistrements supplémentaires provenant d’une tierce partie, les informations stockées ou extraites à cette seule fin ne peuvent généralement pas être utilisées pour vous identifier.
Marketing
Le stockage ou l’accès technique est nécessaire pour créer des profils d’utilisateurs afin d’envoyer des publicités, ou pour suivre l’utilisateur sur un site web ou sur plusieurs sites web ayant des finalités marketing similaires.