DOGAN Jakez Riou Tud ar c’hoari LOM, eur polis. LAOU, eur polis. JEREMI, komiser. POLISED 22, 6, 50, 9, 13 AN ARZOUR. AR C’HANER, er-maez. KENTA ARVEST Apparent rari nantes Bureviou ar polis, e kêr Roazon. Allo ! allo !… Eur c’hard eur ’zo emaoun o hopal e genou ar pellgomzer ha ne deu respont ebet d’in dre an orjalenn. LAOU Ken d’it chom eur pennadig hep hopal, hag e teuio dit marteze eur respont bennak. LOM (droug ennañ) Allo ! allo ! Bouzar eo ar c’homiser Jeremi… Tri mil c’hast !… LAOU Unan hepken… LOM Unan petra ? LAOU Unan hepken. (Sila a ra d’ezañ eun draig bennak e pleg e skouarn.) Eur c’hast hepken. Den ne respont ha den ne responto : an Aotrou Komiser bras a zo, d’an eur-mañ, o c’hoari gant… Kompren a rez, Lom ? Unan hepken… LOM Ho ! la ! la ! ar seurt traou-se a gomprenan dioustu. (C’hoarzin a reont). Adarre gant e vestrez koant. A ! hennez a zo eul loen, m’hel lavar d’it. Ha setu perak en deus kaset e wreg da Sant-Malo !… LAOU D’an hotel Solidor. Evit yec’hed an itron, a lavar an Aotrou. LOM A ! Sant Malo benniget… Kerniel ar vaouez kaez a dle beza re bar da douriou an Itron-Varia. (Er pellgomzer) Allo !… Allo !… LAOU Koll a rez da amzer, ha koll a ri da vouez. LOM Koulskoude, n’oun ket evit chom hep goulenn. LAOU Goulenn pe chom hep goulenn a vo ingal d’imp. Pa lavaran d’it emañ, d’an eur-mañ, souchet brao e gwele e vestrezig. LOM Mar ne deo ket bet dihunet gant ar stailhadenn spontus, neuze moarvadt n’en-deus ket bet damant da nerz e gorf. LAOU Hennez a zo eur c’hole-taro. LOM Allo !… Allo !… An houc’h anezañ ! ne responto ket. LAOU Ar ger Jeremi a zegouez gant salopri… (Ar c’homiser o tont tre). JEREMI Allo ! petra ’ c’hoarvez ? LAOU Petra ’ zo c’hoarvezet ? LOM Eun hanter eur ’ zo emaoun… LAOU, da LOM Da c’henou !… (D’ar c’homiser). Eun dra spontus a zo c’hoarvezet. JEREMI Petra ’zo c’hoarvezet ha petra a zo spontus ? LAOU N’hoc’h eus ket klevet eur stailhadenn da bemp eur nemet ugent ?… LOM Eur boum hag eur bing, ’vel an ifern o tarza. JEREMI Klevet em eus — dre gousk pe dihun — ar boum hag ar bing, hag evit-se emaoun amañ, beure mat. LOM Evit-se e c’halven ac’hanoc’h. JEREMI, taer …Evit-se emaoun amañ. LOM An Aotrou Komiser ne oa ket er gêr, moarvat ? O ! n’eus forz. JEREMI Hein ? LOM O ! pep hini a zo libr… JEREMI Inosant, petra a zo c’hoarvezet ? LOM, krenn Ar monumant a zo bet dic’hastet. JEREMI Hein ? LAOU A zo bet diskaret. JEREMI Monumant piou ha monumant petra ? LOM Ar monumant kaera a oa e kêr Roazon. JEREMI Hini plasenn an ti-kêr ? LOM ha LAOU Ya ! Monumant an Unvaniez ! JEREMI Ar Mo… Ar Mo… mo… nunu… Allas ! Allas ! (Hag e kouez war e goañze, mantret). LOM (Mao an tamm anezañ, gant e zeskadurez nevez prenet) Gouzout a rez, Laou : an unvaniez etre Breiz ha Bro-Hall ? LAOU Gouzout a ran ; mil bell ’zo eo bet desket d’in ar gentel-se eus on istor. LOM Te ’ oar an dra-se mil bell ’zo ha me n’em eus desket ar gentel-se nemet ar mintin-mañ, — gant ar gazetenn ! Gwir eo, n’on ket bet keit ha te er skoliou ha den ne zeskas d’in e voe ar Vretoned, gwechall goz, o mistri d’ezo o-unan. Pevar c’hant vloaz ’zo nemetken, eo bet staget Breiz ouz Bro-C’hall, ha ne oulen ket… Na tad, na mamm na mestr ne zeskas d’in ar gentel-se. (Breizad taer, en eun taol). Tad, mamm ha mistri-skol a zo torfetourien. LAOU N’int ket torfetourien, Lom ; rag, kazi sur, ne oant ket gwall zesket o-unan. LOM, Eürus Hizio, e Gwened e vo graet gouel braz gand pevare kantved an Unvaniez, hag, eeun hag eeun, d’ar penn-devez… bing ! Hervez ar mod, ne blije ket ar monumant-se d’an oll. JEREMI Hein ? LOM Me ’oa o tisplega da Laou penaos eo c’hoarvezet an taol… JEREMI An taol, ar gwall daol… Daoust hag eo c’hoarvezet e gwirionez ? LAOU Mar deo c’hoarvezet ? LOM Flastret ha flistret. LAOU Mac’hagnet e kement korn ha war gement tu. LOM Frikaset. JEREMI, o prederia Hirvoudusat noz ! LOM Eur saladenn. JEREMI, evel o tihuni Eur saladenn ? LOM Ya ! ar monumant. LAOU Re wir. JEREMI A du ganto emaoc’h ? LOM ha LAOU C’hopala ! ha n’emaomp ket. LOM Ar c’hontrol beo. Ni a zisplege an eil d’egile penaos eo c’hoarvezet an taol evit gouzout an tu da lakaat hor c’hrabanou war an dorfetourien. JEREMI Ped eur eo ? (Sellout a ra ouz e vontr). Pemp eur hanter… LOM Eun hanter eur oun bet o telefoni… JEREMI Piou a c’houlenn netra diganit ?… Perag eo bet gwintet ar monumant da bemp eur nemet ugent ? N’oa den eta war ar blasenn ? (Lom ha Laou a sell an eil ouz egile, nec’het) Respontet ’ vin ? LOM Feiz ! evel kustum e oa, Aotrou Komiser. JEREMI Petra ’oa evel kustum ? LOM Ne oa polis ebet. JEREMI Siouaz ! ne oa polis ebet war ar blasenn d’an eur eus an noz ma oa lankidi o lakaat an tanfoeltr. Ne oa den war ar blasenn !… Ha perak, ne oa den war ar blasenn, d’an noz ha d’an eur ?… LOM N’ouzon ket, Aotrou Komiser. LAOU Me n’ouzon ket muioc’h. LOM N’eo ket me ar mestr. JEREMI Me eo ar mestr. Nemet pelec’h emañ hoc’h Inspektor ? LOM Eiz devez en deus kemeret. JEREMI Brao emaomp ganti. Kemer eiz devez repoz d’ar zeiz a viz eost mil nao hant daou ha tregont. Den ebet war ar blasenn evit diwall monumant an Unvaniez !… (E zivrec’h d’al laez) Biskoaz kement all ! Domaj eo n’oc’h ket bet gwintet ivez, rak, ma red an dorfetourien, daou dorfetour a welan dirazoun. LOM, da LAOU Ha me a oa em soñj kaout avañsamant. LAOU Da avañsamant ha va hini a zo e sac’h an diaoul. JEREMI Sac’het oun. (Goude eur pennad). Ha piou ar mestr amañ goude ar mestr ? LOM Me eo ar mestr war-lerc’h an hini all. JEREMI Dioded lakaet da vistri. Souezus eo n’out ket deut a-benn da c’houzout, te pe unan all, a-hed da droiou a-dreuz kêr, e vije bet diskaret ar monumant d’ar beure. LOM Feiz, nann ! JEREMI Na den, na piou, na penaos, na petra, pelec’h… Mat, paotrig, gouzout a ri hep dale pell, piou eo ar mestr bras en ti-mañ. Ha n’ac’h eus zoken kaset den war lerc’h ar voiouchen ? LOM N’em boa den da gas. JEREMI Pelec’h emañ neuze paotred an Urz : polis war droad ha war vilo, archerien, ar c’hedourien war varc’h ?… LOM E Gwened, Aotrou Komiser. JEREMI Ar polis e Gwened hag ar reuz e Roazon ! O ! malloz ruz ! C’houi ’oar ha me ne ouien ket… Holl int bet kaset da Wened ? LOM Hiniennou a zo e kêr gant o servich. JEREMI Ha n’int ket deût c’hoaz en-dro ? LOM Marteze emaint war-lerc’h an dorfetourien ? JEREMI (Sellout a ra ouz Laou o tastum e gartou.) Petra an dra-se ? Ma n’eo ket malevurus ! Servicherien ar Vro o c’hoari « manille » hag an tan e kêr hag an dorfetourien o redek ! Den n’en doa gouezet, den n’en deus gwelet ! (Gwinta a ra gant penn o vaz ar c’hartou a ziwar an daol.) N’eus bet den gloazet na lazet ? N’eo ket eus ar polis e komzan, nemet eus an dremenidi. LOM N’hon eus klevet klemm ebet war ar blasenn, Aotrou Komiser. JEREMI Ken buan eun tad a familh o vont abred da gemer an treñ, pe eur paour kaez micherour o vont da besketa, a vije bet tizet gant an tammou houarn talmet ha strinket tro-war-dro. Petra ar baperenn-mañ ? LOM Abaoe dec’h, d’an noz, emañ war ar bureo. Soñjet em boa da genta he c’has deoc’h d’ho ti. JEREMI Ne dalveze ket ar boan. Arabat e vije bet, zoken. Pa ne deuan ket d’ar bureo, ar paperennou degaset em ano a zo da veza miret war ar bureo, nemet urz e vije bet roet d’it araok, d’o degas din, d’am zi. (Regi a ra golo ar baperenn, lenn a ra ar baperenn). Tonnerre de Dieu ! dleet e oa degas an dra-se d’in dioustu. LOM Mes… JEREMI D’ar red, d’ar red… LOM N’em boa urz ebet. JEREMI Ar paperou didalvez a c’hell gortoz em buro ; nemet hemañ a oa ar re gapitala, ha n’ac’h eus ket gouezet. Azen ac’hanout, azen gornek memes, n’ouzez ket an A B K eus da vicher. LOM Pelec’h em bije kavet an Aotrou Komiser ?… JEREMI Em zi, em zi… (Sellout a ra ouz LOM gant daoulagad kasaũs). Em zi… (Lenn a ra, a vouez uhel, ar baperenn). KUZUL-MEUR GWENN-HA-DU « Emañ ar C’hallaoued o lida hizio an deiz ma voe trec’het ar Vretoned pevar c’hant vloaz ’zo ha staget Breiz ouz Bro-C’hall. Bretoned omp atao. N’omp ket bet gounezet c’hoaz abaoe pevar c’hant vloaz m’emañ ar C’hallaoued er vro. Fellout a ra d’imp eta, e vefe renet Breiz hiviziken gant Bretoned a ouenn, evit brasa mad Pobl Vreiz. « Kregi a reomp en emgann evit dieubidigez hor bro, e deiz ha bloaz he stagidigez, en eur zistruja arouez hor sklaverez bet savet gant hor mistri e kreiz hor c’hêrbenn. » Dre urz : GWENN-HA-DU. An torfetour en deus bet ar vadelez da lavarout d’imp, neizeur, e vije bet diskaret ar monumant d’ar beure, ha den ne ouie… ha den ne ouie… LOM Domaj eo, Aotrou Komiser, n’eo ket bet digoret al lizer. JEREMI Domaj eo n’eo ket digor da spered… Koll a ra unan e benn. LAOU, d'ezañ e-unan Er bloaz a zeu, d’ar mare-mañ, ni a ’vo adarre hon daou, Lom ha me, o labourat douar. (Sellout a ra piz ouz ar sinadur war ar baperenn). JEREMI Piou eo Gwenn ha Du ? LAOU, mao an tamm anezañ Aotrou Komiser, Gwenn ha Du n’int ket anoiou tud. Ar gwenn hag an du zo liviou, er politik. (O vont, a gred d’ezañ, a-du gant e vestr). Ar gwenn hag an du a zo mat, nemet ar ruz a zo an tad. JEREMI, hep selaou Gwenn ha Du ?… Daou e tleont beza. LAOU Aotrou Komiser, gwenn ha du a dle beza liviou Breiz. JEREMI Liviou Breiz ? LAOU Liviou ar banniel. JEREMI Daoust ha Breiz he deus eur banniel ? LAOU Sur he deus. JEREMI Nann ! (D’ezañ e-unan). Banniel Breiz a dle beza. Piou ar re-se : gwenn ha du. (O prederia, eur pennad. Da LOM ha da LAOU) Penaos ? c’houi atao amañ, ha Gwenn ha Du o redek ? LOM Mont a ran. LAOU Mont a ran ivez. (Mont a reont). JEREMI Polis an diaoul ! (Eur polis o tont trumm) N°22 Aotrou Komiser, gwelet em eus eur wetur dre tan, tiz braz warni, o vont war hent Redon. An torfedour a zo e-barz. JEREMI Heñ e-unan en deus roet d’it da c’houzout e oa e-barz ? N°22 E gwirionez, n’em eus ket gouezet, nemet sur oun, hervez tiz ar wetur. (An N°6 o tont) N°6 Aotrou Komiser, eun den en deus treuzet, eun eur ’zo, plasenn an ti-kêr hag a zouge en e zorn eun dra bennak. JEREMI Petra ’zouge ? N°6 N’ouzon ket. Marteze, avat, e oa eun dra dañjerus hag an den a c’hell beza an torfetour. Rak, da genta e jilgamme, kerkent, avat, m’en deus gwelet ac’hanon, en deus troc’het kuit, ha, pa oa aet a ziwar weled, ne jilgamme mui. N°50 Aotrou Komiser, daou zen o deus treuzet, bremaik, war vilo-tan, plasenn Santez-Anna… Eur gwaz a-dreñv, eur vaouez araok… Nann, ar c’hontrol a fell d’in lavarout. Chouket e oant o daou gant aon da veza anavezet. Eun trouz spontus a rae ar vilotan ha tiz an diaoul oa warnañ, ken na daole moged. War o lerc’h em eus redet, en eur soñjal e vijent chomet a-sav en eun tu bennak, tost da Roazon. N’o deus bet pann ebed hag, a-benn bremañ, moarvat, e tleont beza pell. JEREMI Pe hent o deus kemeret ? N°50 Hent Sant-Malo. JEREMI A, ya ? (An N°9 o tont) N°9 Aotrou Komiser, tri den a zo o pourmen war lez ar Wilen… Tri den : unan bras, unan bihan hag unan etre an daou. An hini bras, bras evel eur skeul ; an hini bihan, skañv evel eur marmous evit pignat war gein an hini bras ha lammat a-dreñv ar monumant ha lakaat an tan er poultr. An hini etre an daou a oa evit ober ar ged. JEREMI Gwelet mat hoc’h-eus anezo ? N°9 Ha klevet ar pez a lavarent. JEREMI Ha petra a lavarent, an eil d’egile ? N°9 An hini bras a lavare d’an hini etre an daou : hizio e vo gwall sklaer an dour evit chom e Roazon. JEREMI Pesketourien int neuze ? N°9 Marteze pesketourien ha kazi sur pesketourien « en eau trouble » da lavarout eo an dorfetourien, ha « gwall sklaer an dour » a zo geriou troet evit lavarout : gwall zañjerus ar pavez evit chom e Roazon. (An N°13 o tont). N°13 Aotrou Komiser, pevar den am eus gwelet war-du an Tabor. Pe goz pe yaouank e oant, n’ouzon ket re vat. Unan ’oa kamm, an daou all a oa evel c’houi ha me. Ha marteze an hini kamm ne oa ket kamm, an hini tort ne oa ket tort hag an daou a valee kompez a zo marteze tort ha kamm en o bale ordinal. Noz oa. JEREMI Ya ! Ya ! gwelout a ran ; ho tiskleriaduriou a zo ivez gwenn ha du ha n’oc’h ket souezet eo bet diskaret ar monumant gant kement a dud e kement korn eus kêr. (Eur pennad. Dezañ e-unan) Taol Gwenn ha Du zo bet graet a-hed an noz, pe, d’an nebeuta, a-raok an deiz. N’int ket moarvat paotred dispont ha dont a rin a-benn da graouia war eun dro an du hag ar gwenn. Gwenn ha Du… Gwenn ha Du a zo gavout. (D’ar polis). Chomit eun hanter ahanoc’h war ar blasenn, da ziwall ar monumant en kas e vefe laeret eun tamm bennak anezañ ; an hanter all a stanko an hentou a zegas da Roazon. Klevit : eur muntrer a zistro alies da dachenn e dorfed, keuz ennañ pe fouge. Taolit evez eta ! An hini kenta a dostao ouz ar monumant bruzunet, lakait d’ezañ an ereou ; an neb a dremeno e-biou d’ezañ en eur c’hoarzin pe zoken gant eur mousc’hoarz, an ereou d’ezañ ; d’an neb a glasko kuitaat Roazon, prez warnañ, an ereou ; d’an neb a droio kein ouz ho kwelout, an ereou ; d’an den a dremeno, stouet e benn, an ereou. Ereou ! ereou ! gand ma vo ereet an torfetour gwir ! Rak Gwenn ha Du a zo da gavout. Klevout a rit ! Ahe ! prim ac’hnn ha pep hini an e blas, ha degasit d’in eur gwenn pe eun du. An hini a raio kazeg en e dro en do keuz moarvat. (Ar polis en em denn). Pa soñjan e paro bremaik an heol war blasenn an ti-kêr… Ha pa soñjan e paro an heol-se e lec’h all ivez… (Sellout a ra ouz an deiziadur a verk 7 a viz Eost 1932. Diframma a ra ar bajenn, ouz he zortuilha, en eur waska war e imor). Seiz… a… viz eost mil… nao c’hant… daou… ha… tre… gont… EIL ARVEST Quo vadis ? Kambr un arzour yaouank AN ARZOUR Hi ! hi ! hi !… ha ! ha ! ha !… Petra ’m eus gwelet ? Petra ’m eus lennet ? (lenn a ra eur pennad a vouez uhel) « Ar mintin-mañ, lakepoded o deus diskaret monumant an Unvaniez. » Lakepoded ! Hag amañ : « Ma vez kavet an torfetour, e c’hell beza barnet d’ar maro… » Oc’ho ! o! o! (Lenn a ra) : Pennad 434vet (Lezenn 13 mae 1863) « An neb piou a vo bet lakaet, a-youl hag a-ratoz, an tan-gwall e savadurioù, listri, bagou, magazinou, chañteriou, gant tud o chom e-barz, pe a c’hellfe tud beza o chom e-barz, ha bewech, e lec’hiou annezet pe annezek, pe ez int perc’hennet pe ne dint ket, gantd an torfetour, a vo barnet d’ar maro. » Pennad 435vet (Kemmet gant Lezenn 2 ebrel 1892) Eilved dilinenna. « Al lakaat gant eur meno-torfed war eun hent boutin pe berc’hennet eun ardivink-tarza a vo hevelebekaet ouz ar c’hlask-muntra a-youl hag a-ratoz. » Ha ! ha !… Lakepoded !… Torfetour!… Ar maro !… Dic’houget… Paotred ar c’hazetennou a skriv, memestra, berniou sotoniou. Tud farsus int pe tud diskiant. Dont a ra an dour em daoulagad… gant ar joa. Ha ! ha ! ha !… (Skei a raer war an nor) Deus tre ! A! Gortoz ! gortoz ; prennet eo an nor. Te an hini eo, Youenn ? (Digeri a ra an nor. Eun den, barodenn du, gant eun tok melon hag eun disglavier, a zeu tre). JEREMI Ar polis an hini eo. AN ARZOUR Deuit tre, memes tra ! JEREMI Me eo ar c’homiser bras. AN ARZOUR D’ezañ ar brasa salokras. Azezit ! JEREMI Trugarez ! N’on ket skuiz ha, dreist holl, n’em eus ket amzer da goll. Evit labourat oun deuet amañ. AN ARZOUR A, ya ? JEREMI Souezet oc’h moarvat, o welout ac’hanoun o tont ken abred d’ober eun enklask en ho ti ? AN ARZOUR Feiz ! N’oun ket re an holl. An arzourien a zo boazet da welout kement all a draou : kaer ha divalo, noaz ha dinoaz… Peseurt enklask ho tegas ? JEREMI Evit ar monumant… Kompren a rit bremañ, emichañs. AN ARZOUR Ho komzou a gomprenan ; a-hend-all, avat… JEREMI Da furchal en ho ti. AN ARZOUR A-berz piou an enor bras-se ? JEREMI Na c’hoarzit ket ! Tremenet eo ar mare. Kemer a ran eur gador, kemerit unan all. Meur a dra am eus da c’houlenn diganeoc’h. AN ARZOUR Senti a ran. (Azeza a ra) JEREMI Savit ho torn dehou, ha touit e lavarot ar wirionez ha netra nemet ar wirionez. AN ARZOUR, o sevel e zorn Toui a ran. JEREMI Pelec’h hoc’h eus tremenet an noz eus ar c’hwec’h d’ar seiz ? AN ARZOUR E Sant-Malo, aotrou komiser. JEREMI E Sant-Malo ? Gevier ! E Roazon oc’h bet gwelet er beure-mañ, pa zone pemp eur e tour an iliz veur. AN ARZOUR N’eo ket gwir. JEREMI Mat ; an eil gaou. AN ARZOUR Ar wirionez. JEREMI Gwelet e vo, paotrig, piou emañ ar wirionez ouz e du. Ha bremañ selaouit mat ha respontit fraez : perak hoc’h eus diskaret ar monumant ? AN ARZOUR Ha ! ha ! biskoaz kement all ! Me an hini en deus diskaret ar monumant ? JEREMI Ya ! C’houi an hini eo, ha me ho ped da chom hep c’hoarzin e-keit ha ma vezin dirazoc’h. AN ARZOUR Ha !… ha !… ha !… JEREMI Ne vin ket paket genaouek gant hoc’h Ha ! ha ! ha ! Anzav a rit pe ne rit ket ? AN ARZOUR Anzav petra ? JEREMI Te an hini eo ; prouet eo. AN ARZOUR Bezit seven, aotrou komiser bras, ha lavarit : c’houi ! JEREMI Malevurus eo, memes tra, lavarout : c’houi ! d’eun torfetour. Pa ne fell ket deoc’h anzav, gwaz a-se ! Ober an azen ganin, ha lavarout d’in e oa en e wele, e Sant-Malo… A ! Sant-Malo benniget !… AN ARZOUR E Sant-Malo e oan, Aotrou Komiser… JEREMI Ta ! ta ! ta ! Kompren a ran : e straed Sant-Malo, e Roazon, ha goude blasenn Santez-Anna, hag, ac’hano, dre laer da dre guz, cheddit en ho torn, betek plasenn en Ti-Kêr, hag eno… boum ! AN ARZOUR E Sant-Malo, en hotel Solidor. JEREMI Ta ! ta ! ta ! gwelloc’h e karfen bezan dogan eget kredi ho kevier. AN ARZOUR Hi ! Hi ! Hi ! JEREMI Perak e c’hoarzit ?… Hogen, evit furchal oun deut amañ. AN ARZOUR Furchit ! JEREMI Pelec’h emañ ho liziri. AN ARZOUR N’em eus ket a liziri. JEREMI Eur bern mignoned a skriv deoc’h, koulskoude. Gouzout a ran o anoiou ; gant eur paotrig eus ar P.T.T int bet degaset d’in. AN ARZOUR Mignoned, ha mignonezed zoken, ken alies ha bemdez… Nemet ne viran ket o liziri. O devi a ran, kerkent lennet. JEREMI A ? Perak e tevit anezo ? Gant aon marteze da veza diskuliet ganto eun deiz bennak ? AN ARZOUR Abalamour ne gomzont nemet eus karantez, ha morse eus Breiz. JEREMI Diot an hini ho kredo. Louarn oc’h ; re hir avat, eo ho lost. AN ARZOUR Hirik, aotrou komiser. (An Ao. Jeremi a furch.) JEREMI Paperou koz… Petra ’dalvezont ?… Hum… Eur poltred… Piou hounnez ? AN ARZOUR Va c’hoar vihan. JEREMI Pe oad he deus bremañ ? AN ARZOUR Er bloaz-mañ he deus graet he fask kenta. JEREMI Pelec’h emañ o chom ? AN ARZOUR E ti he zad hag e mamm. JEREMI Mat ! Derc’hel a ran ar poltred-se ganin. Marteze e talvezo diwezatoc’h. Ne oar den… Hag ar poltred-mañ ? AN ARZOUR Hini va mamm-goz. JEREMI En em zarempredi a rit ? AN ARZOUR Daou vloaz ’zo n’en em zarempredomp mui. JEREMI A ! N’en em zarempredit mui ? Perak ? AN ARZOUR Daou vloaz ’zo eo bet kaset d’ar vered. JEREMI Neuze, ar poltred-se n’en deus talvoudegez ebet… (Teurel a ra ar poltred war an daol. En traoñ, war ar ru, eur paour a gan war e zornoglez. Jeremi a selaou, sebezet da genta, ha mantret goude). AR HANER Mes chers et bons amis, écoutez la nouvelle, Une nouvelle triste et fraîche d’aujourd’hui ; Le monument de l’Union vient de faire étincelle Et, comme une salade, il s’est aplati. JEREMI O ! Petra ’glevan ? Piou hennez ? piou hennez ? (Emañ o vont er-maez.) Allas ! allas ! n’oun ket evit mont ac’han ; panevet se… AR HANER Il s’est aplati comme une salade En tombant d’la niche où il était logé ; Et moi, en vous donnant cette sérénade, Je sens que mon cœur s’est aussi brisé. JEREMI N’emañ ket c’hoaz er bidouf ? AR C’HANER Je sens en mon cœur une grande tristesse En songeant à ce bronze qu’était si bien niché. Le duo d’amour du roi et d’la duchesse Est mort le sept août, hélas ! assassiné. JEREMI Mont a ran buzubul o selaou an istrogell-se (Mont a ra d’ar prenestr). Ha n’eus den war ar blasenn d’ober d’ezañ stanka e c’henou ? Morse den war ar blasenn d’ar munut ma vez ezomm eus ar baotred. AR C’HANER La bonne duchesse est maintenant gisante, Gisante et honteuse, son cul à l’envers, Ah ! donnez l’aumône au bard’ qui vous chante, Au barde qui vous fait l’aumône de ses vers. (An Aotrou JEREMI a gemer eur c’hreuzeur hag emañ o vont da winta anezañ dre ar prenestr war benn ar c’haner). JEREMI An aluzen ? Anduilhenn ! AN ARZOUR Respet d’eoc’h ! Aotrou Komiser bras, ar c’hreuzeur a zo d’in. (Selaou a reont eur pennadig. Ne glever mui ar c’haner.) JEREMI Ouf ! Emichañs emañ war hent ar bidouf. Kendalc’homp !… Pelec’h emañ ho paperou ? AN ARZOUR N’em eus na paperou na liziri. Va micher a zo liva. Levriou diwar-benn va micher, netra ken. JEREMI Petra eo ar paperig-mañ a zo oc’h astenn e fri a-zindan an horolach, war mantell ar siminal ? (Sevel a ra an horolach hag e kav eul lizer. Lenn a ra.) Eureka ! amañ e oa an teñzor kuzet. Furchet em eus, paoniet em eus, kavet em eus. Ka… vet… em… eus ! Souezet e choman : penaos em eus kavet ken abred an hini a glasken ?… Gwir, gant tregont vloaz er vicher on deut da veza eur fri-furch dispar.Lenn a ra a vouez uhel). « Va muia karet, « Da darz an deiz gand arem o tarza, ni a lido dirak ar bed oll, ar pevare kantved. » Al lizerig a zo sinet : Berneza. AN ARZOUR Eun ano flour JEREMI Mil bennoz : ano va gwreg ! AN ARZOUR Gouzout a ran. JEREMI Gwaz pe vaouez eo Berneza ? E skritur moul eo bet skrivet al lizer ha gant ar skriverez eo sinet an ano.(Eur pennad) N’eus forz ; dont a rin da c’houzoud ha dindan bragez pe dindan broz e kavin kroc’hen Berneza… AN ARZOUR Al lizer-se a oa eul lizer sakr. JEREMI Anzavet hoc’h eus. Sklaer eo an afer penn-da-benn ha ne dalvez ket ar boan chom da furchal pelloc’h. Setu amañ, a-berz ar barner, eur baperenn hag a bed ac’hanoc’h da zont bremañ d’am heul. AN ARZOUR Ho polontez bezet graet ! JEREMI C’hoarzit goap da c’hortoz c’hoarzin glaz… (Eur pennad) Marteze en eur furchal pisoc’h e kavin eun ano all, gwaz pe vaouez, rak daou e oant evit kas o zaol da benn… Ha c’houi, pehini oc’h eus an daou ? Ar gwenn pe an du ? (An Arzour a ginnig mouga kement e c’hoarz.) Goude c’hoarzadeg e vo leñvadeg, paotrig. Diskouezit d’in ar poltredou hoc’h-eus livet. AN ARZOUR Ne dalvezo ket d’eoc’h, Aotrou Komiser braz, arvesti poltredou livet gant eun arzour yaouank. Emaoc’h o tont ouz lavarout edo echu hoc’h enklask. JEREMI Gouzoud a ran, moarvat, ar pez am eus d’ober. Gwelomp ! (Digori a ra eur c’hartoñs ez eus ennañ taolennou.) AN ARZOUR Na sellit ket outo, Aotrou Komiser ! Difenn a ran. JEREMI N’em eus na difenn nag urz da reseo digant den, amañ. Piou ar mestr, d’an eur-mañ, en ti ? AN ARZOUR An hini a oa mestr araok, a zo bremañ ar mestr. JEREMI Hi ! hi ! hi ! arzourig farsus… AN ARZOUR Gwelit ! JEREMI Ar pez a ran. O ! an daolenn-mañ a zo kaer kenañ : bleuniou mae, bleuniou a garantez tener. Hag amañ, eur c’hein noaz. Eur c’hroc’hen flour he deus hounnez, moarvat. (Luchat a ra ouz an arzour.) AN ARZOUR Gwir eo. JEREMI An trede-mañ, petra ’dalvez ? AN ARZOUR N’he deus an daolenn-se talvoudegez ebet. Na sellit ket outi ! ho pedi a ran, Aotrou Komiser. JEREMI A! bremañ e pedit ! Lavaret em boa deoc’h : goude c’hoarzadeg, leñvadeg. Perag ne sellin ket ouz an daolenn-se ? Toui a rafen oun degouezet war an neiz. AN ARZOUR Eeun. JEREMI (Eüruz). Gant m’eo eur pec’hed braz… Goude eur c’hein noaz, setu eur vaouez noaz pilh ! Hudur eo gant he fenn en traoñ. Dereat eo sellet ouz eur vaouez en he sav. (Cheñch a ra penn d’an daolenn. Souezet maro e chom.) Petra ? piou ?… pehini… penaos… va… va… va… o! n’eo ket va… va… gwreg… va gwreg… va gwreg… AN ARZOUR Ho kwreg, Aotrou Komiser. JEREMI Hein ? Va gwreg ? Me ’lavar d’it, paotrig, ne deut ket da veza eun arzour brudet. Ha va gwreg, pa deuio amañ da sellout ouz ar poltred-se a roio d’it eur flac’had war da fri hag a skopo d’it e-kreiz da zaoulagad. AN ARZOUR Hi eo, koulskoude. JEREMI Hi ? hi ?… Piou ?… AN ARZOUR Ho Kwreg, an Itron Jeremi. Tenna a ra d’ezi pe ne ra ket ? JEREMI Tenna a ra dezi, sur, hag an dra-se eo ar gwasa ; ar gwasa evidout a fell d’in lavarout. Ar penn a denn, netra ken… Ar peurrest ? Pouah ! A ! paotrig, ker e kousto d’it an taol farserez-se. Ma n’eo ket spontus liva poltred eur c’hast, e noaz pilh, ha lakaat warni penn va gwreg. Ya ! ker e kousto d’it, marmouz fall ; ker e kousto d’it… AN ARZOUR Penaos em bije gallet lakaat penn ho kwreg war an daolenn-se ? N’em eus ket dibennet eur c’horf na digorfet eur penn all evit lakaat da zegouezout ar pez na zegouez ket. JEREMI Ne gomprenan ket. AN ARZOUR Eun arzour en dije komprenet. Penaos em bije gallet liva ho kwreg e noaz hep hi dirazoun ? JEREMI Pa lavaran d’it eo penn va gwreg war gorf eur c’hast. Liva dre vemor dremm eur vaouez hag a weler bemdez o tremen war ar ru, n’eo ket sorserez evit eul liver. Va gwreg, hounnez ? Ne denn ket d’ezi zoken, nag a bell nag a-dost. AN ARZOUR Gwir ! n’eo ket heñvel outi c’hoaz, neudenn ha neudenn, nag ar poltred n’eo ket echu. Mankout a ra ar pik du a zo dindan he bronn dehou. JEREMI A ! o !… (Ret eo d’ezañ azeza). AN ARZOUR Ho kwreg, Aotrou Komiser, a zo eur Vretonez vad. JEREMI (D’ezañ e-unan). Daou a oant war varc’h-dre-dan, maouez a-raok… nann, gwaz a-raok, maouez a-dreñv… An n°50 n’eo ket ken diot ha ma krede d’in. Ha me a gase va gwreg… (Eur pennad, d’an Arzour.) Ne gomprenan na penaos, na perak hoc’h eus kredet ober d’in eun taol farserez ken brao kudennet, rak eun taol farserez n’eo ken… Perak oc’h aet da Sant-Malo ha diskennet en hotel Solidor ? Ne c’houlennan ket diganeoc’h perak oc’h aet da dremen an noz eus ar c’houeh d’ar seiz e Sant-Malo, peogwir… — n’am respontit ket ! — peogwir, e-kreiz an noz, oc’h deut da Roazon d’ober an taol ?… Mousc’hoarzin a rit. Ha kompren a ran ; ar prouennou-mañ a zo farserez ivez ha n’eo ket c’hwi hoh-eus greet an taol. AN ARZOUR N’eo ket me, a lavaran d’eoc’h. JEREMI Soñjal a raen n’eo ket c’houi an hini oa. An arzourien n’int ket gwall baotred hag o zaoliou dispar a lak atao da c’hoarzin. Soñj am eus, pa oan e skol ar skulterez e Pariz - rak me ’zo bet darbet d’in mont da skulter panevet e oan eur zero war ar vicher — nag a droiou kamm am eus c’hoariet… Ha n’oc’h ket evit lavarout d’in petra a zouge ac’hanoc’h da vont da Sant-Malo ?… AN ARZOUR Abalamour… JEREMI Ne c’houlennan ket diganeoc’h an abalamour eus ho pourmenadenn. Lavarit d’in perak, c’houi, eur Breizad taer, n’oc’h ket aet da Wened, evel ar re all ? AN ARZOUR Abalamour ez aen da Sant-Malo… JEREMI Mat, mat ! (D’ezañ e-unan) Al loen… (Kregi a ra ar pellgomzer) Allo ! Sant-Malo 45-74 evit 89-46. (D’an arzour) An hotel Solidor am eus goulennet. AN ARZOUR Gouzout a ran ; boazet oun ouz an numero. JEREMI Diot oun, memes tra ! (Galv ar pellgomzer) Allo ! an hotel Solidor ? A ! mat ! Amañ ar c’homiser Jeremi, eus Roazon… Eur c’homiser. Ne gomprenit ket ? Polis, mar komprenit gwelloc’h. Klevit ! Daoust hag an Aotrou… (D’an Arzour) Ankounac’haet em eus hoc’h ano AN ARZOUR An Du. JEREMI Allo ! daoust hag an Aotrou Gwenn ha Du… Allo ! Allo ! an Du hepken, An Du, arzour ha liver, en deus kousket en hoc’h hotel en noz eus ar c’houec’h d’ar seiz, da lavarout eo en noz diweza ?… A ! ya ? Mat, mat ! Soñjal a raen. Trugarez, Itron ! (D’an Arzour) E Sant-Malo hoc’h eus tremenet an noz ; sklaer eo n’eo ket c’houi an hini eo, n’eo ket c’houi an hini a glasken. AN ARZOUR Lavaret em boa deoc’h. JEREMI, gant ur mous’hoarz glas C’houi a zo evelato eun den farsus. Allo ! kenavo ! (Sevel a ra da vont ar-maez. An Arzour a ginnig d’ezañ e zorn ; Jeremi a sell outañ gant daoulagad kasaüs hag a dro kein. En eur huñvreal) Daou e oant war vilo-tan, gwaz a-dreñv, maouez a-raok… Daou a oant war vilo-tan o redek war-du Sant-Malo… Trouz an diaoul ha tiz ganto… (Eur pennadig) « Ho kwreg, Aotrou Komiser, a zo eur Vretonez vat… » (Distrei a ra en eun taol krenn d’an arzour.) Petra ’ lavarit ?… AN ARZOUR Stouit ho penn, Aotrou Komiser, en kas e vefe re izel an treust ! JEREMI (Droug ennañ) Foei ! n’oun ket ken bras-se emichañs. (Hag o tremen e zorn war e dal. D'ezan e-unañ). Loen brein !… Daonet va ene ! gant piou an diaoul eo bet taolet ar monumant en traoñ ?… ECHU