Bue ar Zent Eo skouer hon hini BUE AR ZENT Savet gant an Otrou PERROT Kure SANT-NOUGA Renket e-neve gant E. AR MOAL Rener "Kroaz ar Vretoned" Evit Eskopti Sant-Brieg ha Landreger Gant Otreadur an Eskopti Skeudennet gant AR GWENNEK HOLL GWIRIOU MIRET MONTROULEZ Moullet ha perc'hennet gant AR GWAZIOU, Plasenn Emil-Souvestre 1912 Nihil Obstat : Die 28 Aprilis 1912. Cardinal, Censor. J.-M. PILVEN, Censor. IMPRIMATUR Corisopiti, die 1 Maii 1912. A.COGNEAU, Vic. Gén. Lizer Skrivet gant an Otro PENNEC, Vikel-Vraz Sant-Brieg, d'an Otro MOAL, Rener KROAZ AR VRETONED Sant-Brieg. an 9 a viz ebrel 1912 Otro ker, Arlene, dambrestik goude ma oa moullet levr an Otro Perrot, Bue ar Zent, e teujoc'h da c'houlen ali diganin diwar-benn ar zonj a oa en ho spered da lakat al levr-ze muioc'h a doare ouz Bretoned Eskopti Sant-Brieg ha Landreger. Ma ali n'helle beau nemed a-du ganac'h. Levr an Otro Perrot 'zo, a dra zur, eul levr ar gwellan. Na ankoua ket seul Breiz-Izel, na vije, koulz laret, gir ane, arôk, war levrio « Bue ar Zent », groet koulskoude evit ar Vretoned. Ouspenn, hen a zispleg a nebeudo, du-man ha du-hont, evit mac'h eint doustadik ha dounoc'h er spered, holl gwirioneo ar relijion, istor an Iliz, ar gourc'hemenno, ar zakramancho, obero ar c'hristen mat hag an tu da bidi. Nag a voked kaër, nag a gentel fur e-barz al levr-ze ! Koulskoude, Tregeriz ha Kerneviz o devo bec'h o lenn auean. A greiz lenn, e vanfont nec'het gant meur a c'hirio dic'hiz, dizanve, gwell diez da intent, nemet, marteze, en bro Léon. C'houi, Otro, hoc'h eus gouveet kempenn ha gwiski ar girio-ze evel ma fell d'ar bobl; rak ar bobl, mar plij d'ean brezoneg yac'h ha rik, na c'houll ket brezoneg re c'houek, aozet gant an dud gouiek a studi ar brezoneg. Evel c'hoant am eus da damail war gement-man eun draïk bennag d'ac'h; oh ! nebeut a dra. Gant damant, marvad, da zispenn re-oll labour an Otro Perrot, n'oc'h ket eet pell awalc'h ganti. Brezoneg ho levr Bue ar Zent, evitan da vean rez, n'eo ket ken brao maeret ha brezoneg ho levrio-all, « Pipi Gonto » ha « Bue Charlez Bleiz ». Bean 'zo, avad, ebarz al levr, eul labour groet a benn-fonn ganac'h, hep den na tra oc'h enebi ouz ho spered, ha n'oufer nemed hen meuli. Meur a zant pe a zantez enoret ha pedet en eskopti Sant-Brieg n'eman ket o bue, na zokeu hano darn anê. en levr an Otro Perrot. Da bep hini eus ar re-man c'houi a ro lod, bras pe vihan, herve m'int mui pe nebeutoc'h anaveet ha brudet. En tu-hont da vez, pec'hed a vefe chom dianoudeg en kenver sent koz bon Bro. Eur gwir Vreizad, nemet dall e ve e spered ha dinatur e galon, n'hall ket ankouat hon zent koz. Ma na delc'hfe ket ar Vretoned da vean Tud a fe, kaloneh, leal, Evel hon zent hoz gicechall, hon bro a ve achu ganti, rak nac'het he defe ar pep gwellan zo enni, he nerz, he bue, he spered, ar pez a zeu d'ei abeurz he zent koz; ha neuze hi a zizec'hfe eus he zav evel eur ween troc'het he gwrio diganti. Da heul ar zent koz a garomp, ho levr a ra kont ive eus ar pelerinajo hag ar pardonio ar muian darempredet en Eskopti Sant-Brieg : Itron-Varia-Wir-Zikour, Itron-Varia-Rostren, Itron-Varia Sant - Karre, Itron - Varia - Vulat, Itron - Varia - Sklerder (Perros), Itron-Varia-ar-Guiaudet (Laruen), Itron-Varia-ar-Goz Iliz (Planiel), Itron-Varia-Glerin, ha meur a hini-all. Ouspenn, e lenner el levr, arôk pep miz, kelennadurez vat evit ma hallo ar gristenien unani welloc'h o spered hag o feden gant an Iliz e-pad ar miz-ze. Ahend-all, eun dudi eo d'al lagad paran war eul levr kenkoulz moullet ha ken brao skeudennet. Trugare d'ac'h. Otro ker; mar geo bet tenn ho labour, labour vat ha talvoudus hoc'h eus groet; ha Doue d'ho paeo ! Bennoz Doue, ive, d'an Otro Ar Gwaziou, n'eus damantet na da boan na da goust evit rei d'imp eul levr Bue ar Zent n'oufe ket bean koantoc'h. Na breman, digemer mat d'al levr-man a-beurz holl Vretoned hon bro. Karout a rajen gwelet anean en bernent tiegez 'zo en Kerne hag en Treger. En pep ti kristen e tleje bean bepred ar c'hiz zantel a oa gant hon zud da lenn Bue ar Zent bemnoz, goude koan, arôk laret pedenno ha mont da gousket. Netra well da rei sklerijen d'ar spered ha da domman ar galon. Diwar vue ar zent eo d'imp lennan skouer, ha bale war o roujo e renkomp, mar c'hoantaomp mont gant hent ar baradoz. Gwir eo, kalz ane o deus bet digant Doue graso dispar na vent ket lod an holl; mes kalz ive o deus bevet en hon stad, ha goneet e-kreiz poan ha trubullho ar bed kurunen ar zent; hag eus an nenv, breman, int a astenn d'imp o dorn karantezus evit harpan hon zempladurez. N'eus skol ebet par da honnez a zisker diwar vue ar zent. Ho levr a lako anei da zougen mui a freuz evit ineo ar Vretoned hag a stago startoc'h o c'halon ouz Doue, ouz hon zent koz hag ouz hon bro Breiz-Izel. Plijet ganac'h, Otro ker, digemer al lizer-man evel eur merk eus ma anaoudegez vat ha karantezus. E.-M. AR PENNEC, Vikel-Vraz. TRUGARE ! Al levr-man a vo bet grêt gant poan ha labour meur a skrivanier. D'ar re o deus laket ennan bueou sent pe pardoniou, d'ar re o deus kinniget aliou mat pe danve labour, d'ar re o deus roët tu d'hen moullan, en eur rei o fromese da brenan anezan, trugare a lavaromp gant eur galon leun a anaoudegez vat. Douget a di da di, ra deuio levr kaer an ôtrou Perrot, goude bezan grêt tro Léon, d'ober ive tro Kerne ha Treger, da c'hortoz ober tro Breiz. E. A. M. Miz Genver AMZER NEDELEG Ar pez a hanver amzer Nedeleg eo an daou-ugent devez a 20 etre ar 25 a viz kerdu ha gouel ar Chandelour. An Aviel a lavar d'imp e chomas ar Werc'hez daou-ugent devez da danva levenez an Nedeleg, penn-ouz-penn gant he Mab ; an Iliz a ra evelti, hag a dremen daoti-ugent devez o veuli Mari, Mamm ha Gwerc'hez, hag o kinnig d'he Mab hec'h adorasion, he levenez, he anaoudegez vat hag he c'harante. Magan he c'halon a blij d'ezi gant ar misteriou huzet dindan spesou ar gouel bras-man. Salver ar bed a oe ganet ar 25 a viz kerdu, da lavaret eo, en hreiz ar goanv, d'ar c'houlz eus ar bla ma seblant an denvalijen trec'hi war ar shlerijen hag ar bed brallan warzu ar be; mes ganet eo ive d'ar mare ma paouez an de da verrât ha ma krog an heol da zanzen d'împ deveziou hirr, groezus ha splann an neve-amser hag an hanv. Ar boblou pagan a rê eur gouel da viz kerdu, en enor d'an heol o trec'hi war an denvalijen hag o c'honid adarre eur blavez bue d'ar bed. Ar gouel-ze a oa ar skeud eus hini Nedeleg, Mab Doue, ar gwir Heol, o tont war an douar, pa oa an tenvan dre holl tenvalijen ar pec'hed, hag o c'hori eur vue neve dre, an holl grouadelez, hag en kalon pep-hini eus ar re a gredje ennan. Ganet a oe en Bethleem, da lavaret eo, en hebreeg, en « ti ar bara ». Ar bara eo magadurez ar vue; Jezuz-Krist eo ar bara diskennet eus an nenv, a ro ar vue d'an ene, hag eur vue bepred krenvoc'h. betek chench an den en Doue. Ar burzud-se ne vo ket grêt en eun de : tôlomp hon lagad war Jezuz, hag e welfomp anezan o kreski, a dam da dam, eu oad hag en furnez. Ganet gantan da noz Nedeleg, e tleomp ive kreski gantan, rak galvet omp da vevan e vue pen-da-ben : mervel gantan war ar Groaz, sevel gantan eus ar be ha pignal gantan eun de d'ar baradoz. De kentan ar bla Eizved Ginivelez Hon Zalver Jezuz-Krist En amzer goz, an Otrou Doue, o welet e oa kement a denvalijen en sperejou an dud, ha kement a strafuilh en o c’halonou, ma n’hallent mui na miret nag anaout ar gourc’hemennou en devoa merket en o c’honsians, a zibabas Abraham (1) da vezan tad eur bobl hag a vije e bobl muian-karet, dre ma tlee e Vab muian-karet genel dioutan. Ar bobl-se e oa pobl Israël, ar Judevien. Eiz devez eta goude o ginivelez, ar Judevien vihan a veze merket betek ar gwad, da ziskouez e kemere Doue galloud warneze, en eun doare strisoc’h evit war an dud-all, hag e oant savet eus renk e grouadurien da renk e vugale. Al lid-ze a veze grêt, peurliesan, gant an tad, pe gant unan eus ar gerent nesan, ar gwellan dorniet evit an dra-ze. En eur ober anezan, an neb hen gre a lavare : « Ra vezo binniget an Otrou, hon Doue ! Santelaet en deus e vuian-karet, adalek barlen e vamm, ha merket e lezen en hon izili. Lakat a ra war e vugale siel an emgleo, ha skuilh a ra warneze bennoziou an tad Abraham ! » Hag ar re a zelle, eun lek ane, da nebeutan, a responte : « Ra vevo an hini ho peus dibabet da vugel ! » Eur wech skuilhet ar gwad, al lidour a lavare c’hoaz : « Otrou, Doue hon tadou, krenvaet ha miret ar c’hrouadur-man d’e dad ha d’e vamm. Ra vezo e hano brudet kaer etouez bugale Israël. Ra vezo hanvet... (Hag e veze lavaret d’ar c’hr’ouadur, evit ar wech kentan, an hano a veze bet klasket d’ezan gant ar gerent). Ra deuio d’ober levenez an tad an eus e grouet hag ar vamm he deus hen ganet ! » Setu aze penôs e veze grêt al lid gourc’hemennet gant Doue da Abraham, hag a oa eur skeud eus sakramant ar Vadeziant. Mab Doue en em c’hrêt den, ganet en kraou Bethleem, a oa Judeo dre e vamm, ar Werc’hez Vari, hag e oe merket ha hanvet, d’an eizvet devez goude e c’hinivelez, evel pep-hini eus ar Judevien-all. War a greder, sant Jozef a lakas warnezan siel an emgleo hag a roas d’ezan an hano a Jezuz, hano bet dibabet gant Doue an Tad ha roët da anaout d’ar Werc’hez, dre gemennadurez an El Gabriel. Ar ger « Jezuz » a zo eur ger hag a zo vit lavaret « Salver, unan hag a ro e vue evit e nesan. » Abred e oe roët da Vab Doue eun hano-all : « Krist, » da lavaret eo « an hini a zo sakret ha digaset gant eur gefridi da ober. » Jezuz-Krist eo eta, diouz e hanoiou, au hini a zo sakret ha digaset evit bezan ar Zalver. Biskoaz den, gwelloc’h evitan, ne lakas e hano da zont da wir, ha biskoaz hano n’eo bet douget hag a vije ken c’houek, ken doujet ha ken galloudus hag an hano « Jezuz ». An hano-ze a zo evel ar mel er geno, evel eur c’hân dudius er skouarn; ober a ra d’ar galon tridal. Dre an hano-ze, e ve laket ar maro da souzan, an drouk-spered da dec’hel, klenvejou ar c’horf da wellât, gouliou an ene da barean. Dan hano-ze, pep glin a dle plegan en nenv, war an douar hag en ifern. (1) 2296 arôk donedigez Hon Zalver Jezuz-Krist. KENTEL Merk Doue Da genver ar gouel-man, Jezuz-Krist a zo bet merket betek ar gwad ha laket e hano war roll pobl Israël. Ni ive a zo bet merket betek hon ene, da ze bon badeziant, ha laket hon hano war roll an Iliz. Eus a grouadurien Doue ma oamp, pa deujomp war an douar, omp bet grêt e vugale; an hano a roas d’imp ar beleg war dreujou an iliz, Doue hen roio d’imp war dreujou ar baradoz. Oh ! pebez renk hon deus eta da zerc’hel war an douar-man, ma fell d’imp tizout ar gurunen gaer a zo du-hont o lugerni evidomp etre daouarn an Otrou Doue, war dreujou ar bed-all ! Lakomp ar wirione-ze don en hon spered, gant de kentan ar bla, ha leveromp a greiz kalon : Ra vezo meulet Jezuz-Krist, hirie, e kerz ar bla pen-da-ben, hag eus an eil kantved d’egile da virviken ! Tu autem, Domine, miserere nobis. Deo gratias. Eil devez a viz Genver SANT ODILON Abad Kluny (962-1049) Ar zant-man, trede mab an ôtrou Berald a Vercœur, a oa ganet en Auvergn. Da dri bla, n'halle ket bal c'hoaz. Eun devez, e vagerez o vezan grêt d'ezan azezan war dreujou iliz an Itron-Varia, a lezas anezan eno, eur pennad, e-unan. Ar c'hrouadur en em stlejas war e grabanou betek an ôter vras, hag o sevel e zaoulagad trezek skeuden ar Werc'hez Vari, e pedas anezi kalonek d'ober d'ezan kerzet evel ar vugale-all. En eun tol, e teuas nerz en e zivesker, hag o vezan savet en e zav, e kerzas, ken sederik ha tra, tro-war-dro d'an ôter. Goude e bareans vurzudus, en em roas a-grenn d'ar Werc'hez Vari, ha ne golle tro ebet da zougen ar re-all da garet ha da enori Mamm Jezuz. D'e c'houec'h vla warn-ugent. en em dennas en kouent Kluny. Biskoaz ne oa bet gwelet manac'h ebet troetoc'h war ar studi ha war ar beden evit ne oa. Gant e vla ha tregont e oa, pa deuas Sant Maieul, abad ar gouent, da gouezan klanv ha d'hen dibab evit derc'hel e blas. Odilon, en eur gemer ar garg-ze, a gomprenas dustu e oa red mat d'ezan talvezout da skouer, war bep tra, da gement hini a oa dindanan. E zevosion evit Anaon ar purgator a rê d'ezan ober bemde pedennou birvidik ha pinijennou kalet evit o diboanian. Hen eo a zigasas ar c'hiz, er bla 998, d'ober hanter-gouel an Anaon, de warlerc'h gouel an Holl-Zent. Poanial a reas ive, eus e wellan, da zigas ar c'hiz da chom hep 'n em gannan, er brezel, adalek ar merc'her da noz betek al lun vintin, dre zoujanz ouz an deveziou m'eo c'hoarvezet ar burzudou brasan eus bue Hon Zalver Jezuz-Krist. Ar c'hentan Ehan-Doue (1) a zo komzou anezan eo hini ar bla 1027. Er bla 1030, e teuas kement a c'hlaoeier ma n'hallas ket an trevajou darevi, ha ma savas eur gernez skrijus dre ar vro. Manati Kluny a oa pinvidik. Sant Odilon ne daleas ket da rannan e zanve être an dud ezommek, ha pa ne gave mui netra da rei, e werzas ar c'haluriou iliz, al listri zakr hag an dilhad oferennan. Mont a reas, zoken, betek gwerzan ar gurunen aour bet roët gant sant Herri da Zant-Per Kluny. Ar pez ne vire ket outan da vont c'hoaz, eus an eil kêr d'eben hag eus an eil kastel d'egile, da c'houlen an aluzen evit an dud reuzeudik. En doare-ze, e c'hellas dont a benn da viret ouz milierou a dud da vervel gant an naon. Ar pabed hag ar rouane a rê kement a stad anezan ma c'houlennent kuzul digantan, pa 'n em gave gante eur guden bennak diês da ziluian. An dra-ze ne vire ket outan da chom bepred ken izelek hag eur c'hrouadur. Enori ' rê ar re ' oa uheloc'h evitan; karet a rê ar re a oa eus e renk; evesât a rê war ar re a oa dindanan; karet e oa gant an holl. War-dro gouel Nedeleg 1048, e kouezas gwall-glanv en Souvigny, peder leo diouz Moulins, ha da ze ar bla neve, goude bezan bet e holl zakramanchou, e tremenas en peuc'h. Seiz vla ha pevar-ugent e oa; c'houec'h ha hanter-kant e oa bet en penn Kluny, ha grêt en devoa anezan brudetan manati a oa er Frans. Eun nebeut lizerou ha skridou santel, savet gantan, a virer c'hoaz en de a hirie. (1) Trêve de Dieu. K E N T E L Madoberou ar Venec'h Ar c'houenchou eo tier an deskadurez, tier an aluzen, tier ar beden, tier ar peuc'h; an tier e ve grêt enne al labouriou kaeran a gorf hag a spered; an tier e ve rannet enne ar muian a zanve gant an dud ezomrnek; an tier ma ve kanet ar bravan enne meulodiou an Otrou Doue; an tier m'eman ar garante o vleunian, 'vel ne ra en neb lec'h, etre kement-hini a zo o chom enne. Ar c'houenchou a zo eur binvidigez, en pep doare, evit ar vro 'n em gavont enni. Daoust da ze, e weler a-wechou ar venec'h hag al leanezed tôlet er-mêz o bro, war hent an harlu (1), evel gwall-dud. Na pegen izel, siouaz, eo kouezet eur vro, pa zigoue enni kemend-all ! Hon Zalver Jezuz-Krist a zo bet grêt brezel d'ezan, abalamour d'e vadoberou ha d'e viraklou; e Iliz, mar deo gwall-gaset, he deus ive an enor, gwellan ' zo, da vezan gwall-gaset, nan abalamour d'he fec'herien, mes abalamour d'he zent. Eun enor eo ha n'hallo den e lemel diganti biken. (1) Harlu. exil, en galleg. Trede devez a viz Genver SANT MAKER Manac'h (300-390) Eun tregont leo bennak diouz kêr Alexandri, tu ar c'hreiste, e zo eur c'horniad douar fall ha goue, a ve grêt anezan ar Sete. Eleiz a gristenien, en amzer 'goz, a 'n em dennas eno, pep-hini diouz e du, evit gallout bevan tost da Zoue, pell diouz trouz ar bed. En o zouez, ha gant ar re gentan, e kavomp sant Maker. Ar zant-man a oa ganet en Ejipt-Uhelan, war-dro ar bla 300. Da dregont vla, en em dennas en gouelec'h Sete. Tremen a reas eno e amzer o pedi, o yun hag o labourât a gorf hag a spered. D'e zaou-ugent vla, e oe grêt kement warnezan mac'h asantas mont da veleg. Doue a roas d'ezan, adalek an heur-ze, ar c'halloud da c'hourc'hemen d'an drouk-sperejou, da barean ar c'hlenvejou ha da zizolo an amzer da zont. Ar galloud-ze a zervijas d'ezan da c'hounit eleiz a baganed da Jezuz-Krist, en eur vont d'eze dre gaer. Eun devez, e oa oc'h ober eur bale gant eun den yaouank hag a oa war an hent da vont da vanac'h. An diskibl a gerze eur pennadig arôk Maker, pa zigouezas gantan unan eus beleien ar baganed, eur pikol penn-baz en e zorn. Redek a rê ken buhan ma oa prest da zialani. Ar manac'h yaouank, o welet eun den dishenvel e greden diouz e hini, elec'h e lezel didrous da vont gant e hent, a gavas mat huchal warnezan : «Da belec'h e kerzez, da vihanan, drouk-spered 'zo ac'hanout, kemend-all a brez 'vel ma zo warnout ? » Ar beleg pagan, o klevet eur goulenn ken divergont, e savas e wad d'e benn. Sailhat a reas war an hini a glaske trabas outan, hag e roas d'ezan eur lajad bac'hadou. Grêt gantan e dôl, ar pagan a 'n em lakas da redek adarre. En em gaout a reas, hepdale, gant Maker; ha heman da lavaret d'ezan : - Paourkez ! Nag a boan a gemeret ! Skuiz e renket bezan ! Ar pagan, souezet o klevet ar zant, a dostaas outan : - Daoust hag eun dra bennak a vad, emezan, ho peus kavet ennon, pa gomzet ouzin ken brao ? - True am eus ouzoc'h, eme Vaker, abalamour m'ho kwelan skuiz-maro, ha ne welet ket en em skuizet evit netra. - Ho komzou a blij d'in, eme ar beleg pagan; c'houi, da vihanan, a zo eun den-Doue, ha n'oc'h ket henvel ouz an tamm koz manac'h-all 'zo 'n em gavet ganin breman souden. Hag o lavaret ze, en em strinkas da dreid Maker. Dont a reas divezatoc'h da vezan eur beleg kristen. Eleiz a baganed a heuilhas e skouer vat hag a c'houlennas bezan badezet eveltan. Sant Maker, ma ouie an doare da gemer an dud, a ouie ive an doare d'o c'helenn. Eun den yaouank a deuas, eun de, d'hen pedi da zeski d'ezan hent ar zantelez. Ar zant a lavaras d'ezan : « Et d'ar vered, ha lavaret eur bern treo d'ar re varo a gavfet enni. » Mont a reas, ha ne oe ket awalc'h d'ezan lavaret treo d'ar re varo, mont a reas betek skei mein gante. Hag e tizroas da gaout sant Maker. Heman a c'houlennas digantan : - 'C'hanta, eun dra bennak o deus lavaret ar re varo d'ac'h ? - Nan, netra, emezan. - Mat, eme ar zant, dizroet varc'hoaz adarre, ha meulet aneze gwellan m'halllet. Mont a reas an den yaouank, evel ma oa lavaret d'ezan, hag ober a reas e dro koulz pe welloc'h evit ar wech kentan. - 'Chanta, eme Vaker, pa oe dizro, nag ar wech-man, rannet o deus eur ger bennak ? - Ger' ebet, eme ar pôtr; ken mut int chomet hag an tol kentan. - Mat, eme ar zant; kemeret skouer diwarneze. P'ho peus meulet aneze, n'o deus grêt van ebet; p'ho peus o gwapaet, n'o deus grêt tamm muioc'h. Poaniet da vervel ive evelte, kement ha ken bihan ma n'eio droug ebet ennoc'h, n'eus forz pegen gwaz dismegans a vefe grêt d'ac'h; ha ma ne deufet ket da gemer lorc'h, forz pesort meulodiou a vête roët d'ac'h. Evelse, e teufet a benn da vezan eur zant. Sant Maker, goude bezan labouret, epad triugent vla, da 'n em zantelât ha da zantelât ar re a 'n em gave gantan, a varvas en e beniti, d'an oad a zek vla ha pevar-ugent, war-dro ar bla 390 goude donedigez Hon Zalver. K E N T E L An doare d'ober vad N'e ket red d'imp tizout oad ar zant-man; gant ma tizfomp e zantelez. awalc'h eo. Evit bezan santel, n'e ket awalc'h kaout c'hoant d'ober vad, red eo ive goût an tu d'hen ober. Pa c'hoantaer lakat eun dra en penn an dud, e renker mont d'eze dre ar galon; anez ze, eo poan gollet. Evel a lavare ar re goz a zo gwir : «N'e ket gant an daboulin e ve tapet ar c'hezeg spontik.» Ar c'homzou trenk ha lorc'hus a lak ar re vat da drei fall, elec'h ar c'homzou izel ha kalonek a lak ar re fall da drei mat. Ma zo kement a dud o klask ober ar vad ha ken nebeut a vad grêt, e c'haller lavaret, en gwirione, eo ma zo eleiz hag a goll o amzer, dre n'o deus biskoaz tapet an tu da lakat o c'henteliou da blijout. Pevare devez a viz Genver An Intanvez Santel Anjela Foligno EUS TREDE-URZ SANT FRANSEZ (****-1309) Anjela a oa ginidik eus a Foligno, eur gêrig vihan eus an Itali hag a zo ter pe beder leo diouz Asiz. Den ar bed a oa, da vat, en ne yaouankiz. Ne gare nemet ar giziou neve hag an dilhad kaer. Dimezi a reas hag he devoe eleiz a vugale. Epad ma veve er stad a briedelez, e plijas gant Doue ober d'ezi dizrei a-grenn trezek d'ezan, en eur rei d'ezi da anaout pegen euzus eo ar pec'hed ha pegen risklus ' oa eviti bezan ken dizeblant evel ma oa ouz he zilvidigez. Ober a reas neuze eur zell war he yaouankiz, hag, o welet pegen skanv ha digompez e oa bet he bue dremenet, en em lakas da ouelan warnezi hec'h-unan, ha ne baouezas d'ober epad pell amzer. Kement a vez, zoken, he devoe ouz he fec'hejou, ma ne gredas ket, an tôl kentan, o anzav skier awalc'h ouz he c'hovezour, ha ma tostaas, meur a wech, ouz an dôl zantel, gant eun ene ha ne oa ket digailhar tre. Koulskoude, ar zonj a ze a grigne noz-de he c'halon. Doue a roas d'ezi, eun dro bennak, nerz awalc'h da 'n em zizamman ouz treid eur beleg ha da zisklerian d'ezan, war o reiz, kement he gwaske. Diwar neuze, karante Doue, a nebeudou, a dôlas donoc'h-dôn lie gwriziou en he c'halon, hag ar peuc'h a baras war he spered. Prest goude, e varvas he mamm, he fried, ha, da heul he fried, he bugale. Koll he c'herent nesan he foanias meur-bed, hep ober d'ezi, koulskoude, fallgaloni. « Madou an douar-man, emezi, evel an enor, ar binvidigez, an evurusted, n'int nemet ar bruzun a goue eus tôl an Otrou Doue. » Ar c'hroaziou eo ar pep gwellan a ve servijet ouz an dôl zakr-ze, hag, abalamour da ze, ne vezont roët nemet d'ar re a zo arru mat dreist d'ar re-all. Ar re o deve eleiz a boaniou a zo ouz tôl, skoa ouz skoa gant Jezuz-Krist, hag a zo servijet eveltan. » Goulenn a reas mont, ha mont a reas en Trede-Urz sant Fraosez. Adalek neuze, e kreskas he fedennou, hep ankouât an oberou mat. Kreski a reas ive he finijennou, hep ober netra, koulskoude, gouest d'ober droug d'he yec'hed. Kement-se ne rê ket afer an drouk-spered, a 'n em lakas d'he merzerian en eun doare skrijus. Doue hen lezas da wall-gas anezien pep stumm, en he c'horf hag en hec'h ene, evit ma vije, da viken, eur skouer a basianted evit ar merc'hed, evel ma 'z eo an den santel Job evit ar bôtred. He c'horf a deuas da vezan ken klanv, ken dinerz ha ken gwiridik, ma renke chom dalc'h-mat, koulz lavaret, gourvezet war he gwele, hep trei war du ebet. Hec'h ene a oe douget da bec'hi noz-de, hag en kant doare dishenvel, eneb an esperans, ha, dreist-holl, eneb ar c'hlanded. Daou vla a dremenas er stumm-ze. Satan, pa welas n'halle kaout krog ebet warnezi, a dec'has. Neuze Doue a gargas he spered a gement a sklerijen hag he c'halon a gement a garante, mac'h ankouaas kerkent betek ar zonj eus an ankeniou dreist-muzul o devoa gwasket anezi keit-all. Eur wech adkavet ganti ar yec'hed, he flijadur a oa mont da welet an dud klanv, ha, pa vije war o zro, e poanie kement war zilvidigez o ene ha war yec'hed o c'horf. Ne grede ket, pell ac'hane, e c'helle chom hep darempredi Doue dre ar beden, war digare he devoa darempred gant an dud. « Deomp, emezi d'eur wreg a roë dorn d'ezi d'ober ar vad, deomp d'ober hon zro d'an hospital; marteze e kavfomp eno Jezuz-Krist en renk ar beorien. » Da gement klanvour a wele, e roë eun dra bennak evit o lakat da zigemer gwelloc'h he c'homzou ha da c'houzanv o foaniou gant muioc'h a basianted. Evelse e tremenas ar blaveziou divezan eus he bue. Ar maro a skoas anezi ar 4 a viz genver 1309. He c'homzou divezan a oe : « Etre ho taouarn, o ma Doue, e c'hourc'hemennan ma ene ! » Miret a rer c'hoaz he relegou, en de a hirie, en Foligno, en iliz tadou sant Fransez. K E N T E L Ar beleg er gador-govez Ar zantez-mnan, da gentan, ne grede ket anzav he fec'hejou ouz he c'hovezour. Kalz a dud a zo hag a c'hoarve kemend-ali gante, hag o deve, o tout eus ar gador-govez, eur pec'hed muioc'h evit m'o devoa o vont ebarz. Tudigou dall ha dinerz, eo truezus o doare hag eo mat pedi evite. Ar beleg, er gador-govez, eo Doktor, Barner ha Medisin an ene. Penôs e c'hallo an Doklor-ze sklerijenni ho spered, ma n'hen digoret ket d'ezan ? Penôs e c'hello ar Barner-ze barn hoc'h afer, ma n'hen dispaket ket dirakan ? Penôs e c'hello ar Medisin-ze parean ho kouliou, ma n'o diskouezet ket d'ezan ? Ar beleg, er gador-govez, a zo eun den, n'e ket eul êl eo; eun den evel an hini a zo daoulinet en egichen, hag anaout a ra eta ar pez a zo en den. Ar beleg, er gador-govez, a zo eun tad, hag an hanio-ze hepken a ve roët d'ezan. Seül-vui eta e vo gouliet ar bugel a deuio d'e gaout, ha seul-vui a ijin hag a galon e lako d'e louzaoui ha d'e barean. Perak kât aon outan ? Ar beleg, er-mêz eus ar gador-govez, a zo mut. N'hall ket, anezan e-unan, dizrei war ar pez an eus klevet, goude, zoken, ne vefe o komz gantan nemet an hini a zo o paouez bezan bet gantan o kovesât. Perak kaout aon outan ? Ar pec'hejou anzavet a dec'h diouz an ene, ha Doue a gemer ar plas, ha gant Doue, pep madelez. Ar pec'hejou nac'het a zo ken alïes a brenv a grign ar galon, ken alies a ven-milin a wask ar penn. Perak chom dindan ar bec'h-ze, p'eo ken êz da zizamman ? Perak chom gant ar c'hrign-bev-ze, p'eo ken êz-all 'n em zizober dioutan ? Pempvet devez a viz Genver SANT KONVOION Abad Redon (*** - 871) Breman zo 2000 bla, ar vro gaer ma vevomp enni a oa hanvet Bro-Arvor. C’houec’h vla ha hanter-kant arôk donedigez Hon Zalver, Jul Sezar a drec’has an Arvoriz hag a lakas o bro dindan galloud ar Romaned. Pemp kant vla goude, poblou goue an hanter-noz, an Alaniz hag ar Zôzon, a zailhas war broiou ar c’huz-heol ; gouen an Arvoriz a oe flastret hag an Arvor dêvet. (460). P’en em dôlas ar Zôzon da ober eus Breiz-Veur ar pez o devoa grêt eus Bro-Arvor, e oent diarbennet epad daou-c’hant vla. Mes dre ma kreske o niver, kaer a oa stourm oute, ar Vretoned, a-leiz, a lavaras kenavo da zouar kunv o c’havel hag a deuas da zouaran war ôchou an Arvor. Ouz o sturian e veze menec’h hag eskibien, O devoa hent o bleinet (1) ouz an enebourien Kentan tra a rejont, pa dôljont o zreid war ar c’horn-douar-man, e oe e vadezi. E hanvan a rejont Breiz, hano ar vro goz. N’o devoa digaset gante nag aour, nag arc’hant ; mes bezan c’hant ; mes bezan o devoa eur yez pinvidik hag eur fe virvidik, ha pa ve lemm ar spered ha glân ar galon, gant poanial, e teuer bepred a benn da ’n em denn. An nebeut Arvoriz o devoa gallet tec’hel rak dir ha tan ar gouezidi, a zigemeras ar vadeziant ; meskan rejont o gwad gant hini ar Vretoned, hag, eus daou rumm tud ma oant, e rejont eur bobl neve : hini Bretoned Breiz-Vihan. Mes abred e paouezjont da ’n em glevet, ar pez a roas tu da impalaer Bro-C’hall da gemer o bro da astenn e rouantelez. Gant ar vez da vezan gouarnet gant diavezidi, e teujont adarre da ’n em glevet. D’an 28 a viz genver 814, Charlez, an impalaer bras, a varvas. Raktal ar Vretoned a zavas en o zav, a argasas eus ar vro o mistri gall, hag a lakas en o fenn tud eus o gouen, eus o gwad. Brezel a strakas. Morvân Lez-Breiz (2) ha Gwiomarc’h, rouaned Breiz, an eil warlerc’h egile, a varvas evit harpan gloar ar vro ha difenn douar o c’havel. Ar C’hallaoued a oa trec’h. Er bla 826, an impalaer Loeiz a hanvas Nominoë, komt Gwened, da c’houarner Breiz. C’hoant Nominoë oa rei lamm da waskerien e vro, mes, evit dont gwelloc’h a benn eus e dôl, e kemeras e amzer. Er mare-ze, Breiz n’ee nemet betek Gwened, ha c’hoaz ar gêr-ze a oa d’ar C’hallaoued. Ar vro etre Gwened hag an Naoned a oa eta eun ode, eun nor digor-kaer d’ar C’hallaoued da zailhat war ar Vretoned. Keit ma ne vije ket stanket an hent-se hag astennet Breiz betek stêr Redon, Breiz a oa bepred skeudik he doare. C’houec’h beleg, Bretoned o c’houec’h, Konvoion en o fenn, a ’n em gargas eus al labour-ze. Konvoion a oa ganet en Komblesak, fin an eizvet kantved. Er bla 820, e oe beleget, ha Raghener, eskob Gwened, a roas d’ezan unan eus ar c’hargou kentan en e eskopti. Mes ar beleg yaouank a roas abred an dilez eus e garg. Gant pemp beleg-all, ec’h eas etrezek ar zav-heol. 0 vezan digouezet en Redon, e kavas al lec’h-ze diouz e zoare hag e c’houlennas digant Ratuili Lesfao, perc’hen an douar, ôtre da ziazezan eno eur manati (832). Raktal e oe roët d’ezan e c’houlenn. Ar manati-ze, savet gant Bretoned a bede bemde evit silvidigez Breiz, a oa kenkoulz arru gant Nominoë ha ma oa gwelet fall gant ar C’hallaoued. En amzer-ze (833), an impalaer Loeiz a oe prizoniet gant e vugale. Nominoë a gemeras e du ac’hane evit ober eur bale betek manati Redon. Dont a rejod da lavaret d’an abad e oa letanant an impalaer o c’hedal digor en kichen an nor-dal. Kerkent, Konvoion hag e venec’h a yeas da benn hent d’ezan hag e zigemeras gant lidou kaer. Kalon Nominoë a dride, en de-ze, gant al levenez. Kennerzi a reas servicherien an Otrou Doue ; goulenn a reas sikour o fedennou, ha prometi ober vad d’eze bemde, epad e vue. Ouspen lavaret a reas, rak kinnig a reas d’eze, evel leve, an douarou a oa gant an abati hag ar re dostan tro-war-dro. En em dremen a reas ken brao, zoken, diouz an impalaer, ma stagas heman pemp parouz-all bennag ouz ar pez a oa roët ’benn neuze. (30 a viz est 836). Menec’h Konvoion a labouras an douarou-ze. Tiegeziou Bretoned a zavas warneze a-gle hag a-zeou ; an hent a roë digor d’ar C’hallaoued da zailhat war Vreiz a oa stanket. Menec’h Redon o devoa grêt an tôl. D’an 20 a vezeven 840, Loeiz, impalaer ar C’hallaoued, a varve. Nominoë, raktal, a zispakas banniel Breiz sonn hag uhel. Mab Loeiz, ar roue Charlez ar Moal, a c’hoantaas ober d’ezan he flegan, mes trec’het e oe en Ballon, en miz mezeven 845. Breiz a oa astennet, da vat, betek stêr Redon. Nominoë a gasas neuze e vignon Konvoion da Rom, gant eur gurunen aour ha perlez, da ginnig, en e hano, da Léon IV, a oa neuze war Gador sant Per. Eskibien a oa d’ar c’houlz-ze, en Breiz, re Wened, Kemper, Kastel-Pol ha Dol, hag, ouspen ne oant ket Bretoned, e oa meur a dra-all c’hoaz da damall d’eze. Nominoë a c’houlenne digant ar pab o barn hag o zorri. Goulenn a rê c’hoaz relegou unan eus ar pabed santel a oa bet kurunet o bue dre ar verzerenti. Goulenn a rê, dreist-oll, être da zougen kurunen ha da vezan kurunet gant an Iliz evel mestr en Breiz. Ar pab a roas da Nominoë kement a c’houlenne. Betek neuze, arc’heskob Tour an evoa galloud war eskibien Breiz ; eskopti Dol a oe grêt eun arc’heskopti anezan. Ar pevar eskob gall a oe barnet ha torret, hag eskibien breizad laket en o lec’h. Eskibien Sant-Brieg ha Landreger, eskibien heb eskopti, koulz lavaret, a oe savet peb a eskopti d’eze, ’n eur grennan diwar ar re-all tro-war-dro. Evelse e oe krouet seiz eskopti Breiz, ha Breiz distaget a-grenn diouz Bro-C’hall, evit treo ar relijion kouls hag evit an treo-all. Nebeut goude, (848), holl bennou-bras ar vro a ’n em vodas en Dol, hag eno, dirak e bobl, Nominoë a oe kurunet roue war Vreiz a-bez. An de-ze, hep mar ebet, kalon Konvoion a dridas gant al levenez, rak den, muioc’h evitan, n’en devoa roët dorn da Nominoë da zigabestran ar vro. Nominoë a varvas tri bla goude-ze. War e varo, e c’houlennas bezan sebeliet en Redon (851). Konvoion a veskas e relegou gant e re, ugent via bennak goude. Ar maro n’hallas ket lakat disparti etreze, ken unanet ’vel m’oant bet en o bue. (1) Da lavaret eo, o renet. (2) Witcar, kannad impalaer Bro-C’hall, a deuas eun devez da c’houlenn digantan truajou ar Vretoned, ha Lez-Breiz a respontas : « Kerz prim da gaout da vestr, ha lavar d’ezan n’on ket o chom war e zouar ha ne fell ket d’in plegan d’e lezennou. » Nec sua rura colo, nec sua jura volo. ERNOLD LIB. III. K E N T E L Karante ar Vro Kerkent, ha ma tigor hon daoulagad da sklerijen ar bed-man, e welomp, a bep tu d’imp, treo hag a garomp. An treo-ze eo ar Vro. Ar Vro eo an tiig-ze ’ch omp ganet ennan ; an tad, ar vamm, ar vignoned hon deus kavet endro d’hon c’havel. Ar Vro eo al lec’hiou dudius-ze o deus gwelet c’hoariou hon bugaleach. Ar Vro eo ar yez-ze hon deus desket war varlen hon mamm. Ar vro eo an iliz a blij d’imp mont da bedi ha da zaoulinan enni ; ar vêred a guz, en he douar santel, relegou ar re a garemp ; an douarou dru glebiet gant c’houezen ar re goz. Ar Vro eo ar madou a bep seurt, madou korf, madou spered, madou ene, madou diniver dastumet a nebeudou ha tamm dre damm, ha deut d’imp a rumm da rumm. Ar Vro eo kement-se. Mervel o tifenn gwiriou Doue, evel ar verzerien, eo kaeran maro a oufed da c’hortoz. Mervel o tifenn gwiriou ar Vro eo kaeran hini a zo goude. Bezan galvet da vont da zoudard, evit ma kresko, dre ar peuc’h, madou ar Vro, en zell eus ar re a deuio war hon lerc’h, a zo eun enor ; n’eus nemet an enor da vezan galvet da vont da veleg hag a vefe brasoc’h evitan. Karomp hon Bro-Vreiz a zo ôzet ken kaer evidomp gant Doue hag hon zent koz. ↑ ↑ C'houec'hvet devez a viz Genver GOUEL AR ROUANE Prest goude ma oe ganet Jezuz en Bethléem, en amzer Herodez, tri den eus ar zav-heol a deuas da Jeruzalem. Rouaned e oant, dre ma oa, war o zâl, kurunen an deskadurez hag ar velegiaj. Goulenn e rejont pelec'h e oa roue ar Judevien, neve ganet, « rak, emeze, ni hon deus gwelet e stereden er zav-heol hag a zo deut d'hen adori. » Pa glevas ar c'helou-ze, ar roue Herodez a oe nec'het hag holl gêr Jeruzalem gantan. Ovezan dastumet pennou-bras ar veleien ha doktored ar bobl, e c'houlennas digante pelec'h e tlee genel ar C'hrist : « En Bethleem, emeze, rak skrivet eo en levr ar profed Miche : C'houi Bethleem, kêr a vro Juda, n'oc'h ket an disteran etouez kêriou ar vro-ze, rak ac'hanoc'h eo e savo an Hini a dle ren pobl Israël. » Neuze Herodez a c'halvas ar rouaned en kuz, a c'houlennas digante pegoulz o devoa gwelet ar stereden, hag o kas aneze da Vethleem, e lavaras d'eze : « Et, klasket mat ar c'hrouadur, ha p'ho pezo kavet anezan, dizroet da lavaret d'in, mac'h in, d'am zro, d'hen adori. » An tri roue a 'n em lak eta en hent. Ar stereden o devoa gwelet en o bro, hag a oa êt da guz p'o devoa 'n em gavet en Jeruzalem, a bar adarre dirak o daoulagad. Kas a ra ane da Vethleem, betek al lec'h m'eman ar bugel-Doue int deut da glask. Kaout a reont eno, etre diouvrec'h e vamm, eur c'hrouadur ha n'eo tamm dishenvel diouz ar vugaligou-all. Mes ar fe a ra d'eze anaout eo hennez Mab Doue en em c'hrêt den evit silvidigez ar bed. Goude bezan stouet d'hen adori, e kinnigjont d'ezan aour, ezans ha myr, an treo presiusan a zo en o bro : aour, d'e anaout evit o roue; ezans, d'e adori evel o Doue; myr, da ziskouel e kemerent ive anezan evit eur gwir den. Goude bezan tremenet eur pennadig amzer en Bethleem, ha bezan bet, meur a wech, o taoulinan dirak ar Mabig Jezuz, ar rouane, war an ali roët d'eze en o c'housk gant eun êl, n'ejont ket da welet Herodez; distrei a rejont d'ar gêr, dre eun hent-all. Setu aze perak e rêr hirie, en Iliz, gouel ar Rouane. Adalek an amzeriou kentan, ar gouel-man a zo bet lidet evel ar re gaeran eus ar bla. Hirie, n'eo mui gouel-berz, abalamour eman re dost da Nedeleg ; mes ar solanite a ve grêt ar zul warlerc'h. K E N T E L Doue a gomz d'an den Doue hag an den, ar c'hrouer hag ar c'hrouadur, a dle 'n em darempredi, hep mar ebet, war an douar-man. Kernent tra an eus krouet Doue, pa zeller piz, e weler an eus o c'hrouet evitan e unan. An treo divue hag an treo dispered a zo krouet evit an den, roue ar grouadurien; an den, d'e dro, a zo krouet evit Doue, roue ar bed holl. Krouet eo evit e welet hag e garet, en e skeud, war an douar-man, ha bezan barrek, dre eno, da vont d'e welet ha d'e garet en e sked, tâl ouz tâl, evel m'eman en gloar ar baradoz. An den, anezan e-unan, n'ije biken anavezet ar gloar a zo ouz hen gortoz en tu-all d'ar vue-man. Biken, anezan e-unan, n'ije gouveet an tu da gemer evit 'n em gaout enni. Abalamour da ze, Doue an eus komzet dalc'h-mat d'e grouadurien muian-karet, abaoue ma zo dioute. N'eus kroaz-hent ebet war hent ar baradoz ha n'ije ket an den sklerijen awalc'h evit en em denni ennan. Gwaz a ze d'ezan mar 'n em goll ; n'evo nemetan e-unan da damall. Doue an eus k.omzet d'e grouadurien muian-karet, en meur a zoare : drezan e-unan, evel pa gomzas da Adam, da Abraham, da Voïzez, d'ar Judevien; dre e êle, evel pa c'halvas ar bastored da graou Bethléem; dre dreo divue, evel pa c'halvas ar Rouane da vont da adori ar Mabig Jezuz, o lakât eur stereden d'o ren dre e Iliz, evel ma ra aboue m'eo pignet Jezuz-Krist en ne. Frêsan ma c'haller klevet komzou Doue, eo dre c'henou an hini a zalc'h e blas war an douar, ar pab. Doue a gomz d'an den, dre al levriou mat a lenn, ar skoueriou mat a wel, ar c'henteliou mat a glev, ar zonjou mat a ziwan en e spered, ar c'hoantegeziou mat a darz en e galon. Ya, Doue, en gwirione, a gomz d'an den ! Gwaz aze d'an den ma ra skouarn-vouzar. Perak e zo kement a dud en hon amzer, direizet o spered hag o c'halon, nemet abalamour m'o deus grêt re a fae, koulz 'zo bet, war mouez an Otrou Doue ? Petra vije bet deut ar rouane da vezan. ma n'o dije ket bet heuilhet dustu ar stereden o c'hasas da Vethleem ? Biken ken, sur awalc'h, n'o dije kavet Jezuz ! An heol ne ve, kammed, mantellet gant an nos, Hag a sklera dalc'h-mat liorzou ar baradoz. Chilaouomp eta, gant evez, komzou Doue ha bezomp aketus d'o heul; eno eman ar zilvidigez ! Seizvet devez a viz Genver SANT LUSIAN Beleg ha merzer (***-312) Ar zant-man a oa ginidik eus ar Sirii. E dud a oa kristenien vat hag a gemeras preder d'e zevel en doujans Doue ha da rei d'ezan eur gelennadurez kristen. N'en devoa nemet daouzek vla, pa gollas e dad hag e vamm. Kerkent, en em dennas en ti eun den brudet dre e ouiziegez, Maker e hano, hag a rê skol war ar Skritur-Zakr, en kêr Edes. Lusian a c'honeas kement gant ar c'henteliou a glevas eno, m'en em lakas, adalek neuze, da ren eur vue striz ha reizet mat. Bevan rê diwar bara sec'h ha gwriziou louzou, ha n'eus forz pegen kalet e vije ar goanv, ne dostae gwech ebet ouz an tan. Beleget e oe en Antioch, ha dustu goude, en em lakas da gelenn ar yaouankiz war skianchou ar bed ha war ar skianchou sakr. Digeri e reas eur skol 'vit an neb a gare dont enni. Evit gallout rei, ouspen aluzen ar spered, hini ar c'horf, e teskas skrivan ken brao, ma c'honeze gant e skrituriou peadra awalc'h evit e ezommou e-unaa ha re ar beorien a deue d'e gât. Trei a reas ive ar Skritur-Zakr eus an hebreu en gregach; al labour-ze a oa gwell istimet er zav-heol hag a zervijas da zant Jerom. An impalaer Maximin a embannas a-neve an urziou striz a oa bet douget gant an impalaered-all, en e rôk, eneb ar gristenien. Lusian a deuas da c'houzout e oad o klask an tu da gregi warnezan ; hag hen o redek d'en em goach war ar mêz. En kement-ze, ne rê nemet heuilh gourc'hemen Hon Zalver : « Pa vefet gwall-gaset gant an dud en eur gêr, tec'het en eun all. » Mes eur c'hristen, nac'het gantan e fe, a ziskuilhas ane-zan hag e oe chadennet râktal ha kaset da Nikomedi. An impalaer Maximin, o vezan grêt e zigas dirakan, a glaskas, dre gaer ha dre heg, lakat anezan d'adori an doueou fôz. Koll a reas e amzer, ha, pa garas, e kasas adarre e brizonier d'ar prizon. Neuze e reas e verzerian en eun doare skrijus hag a ziskoue d'imp pebez mor a fallagriez a c'hall bezan en kalonou tud a zo. Eur pez koat a oe digaset, pevar doull ennan. Grêt e oe d'ar merzer lakat e dreid, betek pennou e zaoulin, en daou doull krec'h; goude-ze e oent pleget, evit ober d'eze tremen dre an toullou traou. E zaouarn a oe staget, ' us d'e benn, ouz eur pez koat-all, en hevelep doare ma n'halle, eur wech gourvezet, mont en tu ebet. Grêt e oe d'ezan, erfin, eur gwele gant gwer ha podou torret hag astennet e oe warnezan. Daouzek devez bennak e oe lezet evelse, mac'hagnet, an noaz ha hep tamm. Beb an amzer, e teued da ginnig d'ezan kig bet servijet d'an idolou; mes ar beleg kalonek a oa mil gwech gwelloc'h gantan mervel evit tanva ar c'hig-se. Koulskoude, gouel ar Rouane a dostae, hag ar gristenien o devoa c'hoant d'e welet oc'h oferennan dirake, eur wech c'hoaz. Lavaret e reas d'eze o dije o goulenn : « Ma feultrin, emezan, a vezo an ôter, ha c'houi, bodet endro d'in, a reio an iliz. » Digaset e oe ar bara hag ar gwin war varlen ar beleg santel, ha goude bezan oferennet er stumm-ze, e lakas rei ar gomunion da gement a oa war e dro. A drugare Doue, n'en em gavas pagan ebet da gouezan warneze, epad al lidou sakr, ha d'o harz da vezan achuet. An de war lerc'h, an impalaer a gasas unan da welet ha maro e oa ar merzer. Heman, kerkent ha ma welas an den-ze o tostât outan, a huchas, krenvan m'helle : - Me zo kristen ! - Eus pesort bro out ? eme ar bourreo. - Me zo kristen ! erne Lusian. - Pesort micher a teus ? - Me zo kristen ! - Piou eo da dud ? - Me zo kristen ! Hag o lavaret ar ger-ze, e roas e ene da Zoue, ar 7 a viz genver 312. K E N T E L Ar c'hristen mat Sant Lusian a roas gant e gorf mac'hagnet eun ôter veo d'Hon Zalver Jezuz-Krist da ziskenn warnezi. Setu aza eun den hag an evoa goneet an enor da zougen an hano a gristeu. Setu aze eur c'hristen, da lavaret eo, eun den badezel, a gred kelennadurez Jezuz-Krist, a stumm e vue diouti, hag a skullli e wad, diouz red, da anzav he gwirione. Petra omp-ni, en kichen-ze ? Daoust ha n'omp ket eus au dud reuzeudik-se o deus nac'het o fe, evel ar paourkcz deu a roas da anaout d'ar baganed al lec'h m'oa kuzet ar beleg Lnsian ? Daoust ha n'omp ket eus an dud-se a zo kristenien, en darn eus o oberou, ha paganed en darn-all ? Daoust ha n'omp ket eus an dud-se a zo kristenien er gêr ha paganed er-mêz eus ar gêr ? Daoust ha n'omp ket eus an dud-se a zo kristenien, dre an dour a redas war o fenn, ha paganed, dre ar gwad a red en o c'halon ? Daoust ha n'omp ket eus an dud-se a zo kristenien glouar, kristenien didalve, a ra mez ha rukun da Jezuz-Krist, kristenien ha n'e ket Jezuz-Krist evit o gouzanv, a vezo nac'het gantan dirak e Dad, abalamour m'o deus e nac'het dirak an dud, kristenien hag a zo leun an ifern aneze ? Gant a refomp, arabad eo d'inip bezan eus an dud-se. Bezet droug gant neb a garo, Bezomp kristen, beo ha maro ! Eno eman an dalc'h, eno eman ar furnez, eno eman ar zantelez ! Eizvet devez a viz Genver SANTEZ GUDULA Gwerc'hez, Patronez Bruxell (652-710) Ar zantez-man a ziskenne eus unan eus tiegeziou brudetan ar Brabant. He zad, he mamm, he breur, eur c'hoar d'ezi hag he maeronez a zo etouez rar zent. Genel e reas en Ham, hag abred e oe kaset d'ar skol da gouent Nivel, elec'h ma oa he maeronez, santez Jertrud. Eno e oe grêt ganti eur verc'h desket kaer ha savet mat. Daouzek vla he devoa pa varvas he maeronez, ha neuze e tizroas d'ar gêr, elec'h ma reas plijadur he zud, souezet o welet pegen gwellaet e oa he stumm en ken berr amzer. C'hoant he devoa d'en em rei holl da Zoue, ha, gant grad vat he c'herent, en em dennas en Morseel. Eno e rannas he bue etre ar beden hag ar binijen. Hle feniti a deuas da vezan, hepdale, ti an holl dud ezommek. Kement hini a oa gwasket gant eur boan bennak, a gorf pe a spered, a zirede da gaout Gudula, gant ar fizianz vat da vezan selaouet. Mes e keit ha ma re vad d'an dud reuzeudik a deue d' he c'hât, e oa hec'h-unan trubuilhet, en eun doare iskis gant an drouk-spered. Awechou e roë d'ezi da gredi n'hallje ket derc'hel d'ober ar pinijennou a rê; awechou-all, e klaske lakat he c'halon da vezan gonezet gant karanteziou an douar; mes dre he fedennou birvidik, he finijennou kalet hag he nerz-kalon souezus, e teuas a benn da drec'h hec'h enebour. Evit he digoll eus ar boan he devoa kemeret da stourm ouz an drouk-spered, Doue a roas d'ezi ar c'halloud d'ober miraklou. Ar vrud aneze a lakas c'hoaz kalz muioc'h a dud da zont da c'houlenn he skoazel. Mervel a reas en karante Jezuz-Krist, an 8 a viz genver 710. Eur mor a dud a deuas d'hec'h interamant; ar beorien ne ouient ket penos ober kanvou awalc'h d'o madoberourez. He c'horf a oe beziet en Ham. Eur pennad goude-ze, he relegou a oe kaset da Vorseel ha laket er peniti he devoa trernenet ennan keit eus hec'h amzer. Er bla 996, e oent douget da Vruxell, da iliz Sant-Jery da gentan, ha divezatoc'h, da hini Sant-Mikêl, he deus abaoue kemeret he hano. Bruxell he deus he dibabet da batronez. K E N T E L Diwar-benn deski ha sevel ar vugale An tadou hag ar mammou o deus daou dra d'ober en kenver o bugale : o deski hag o zevel. Deski ar vugale a zo mat : Gwell eo deski mabig bihan Eget dastum madou d'ezan. An deskadurez a zo eun tensor ken kaer ! Red eo deski ar vugale abalamour d'eze da vezan barrek da'n em denni er vue. Gant nebeut à zanve hag eleiz a zeskadurez, e c'haller en em dibab. Tud zo o deus eleiz a zanve ha n'int mat da netra, abalamour m'o deus re nebeut a zeskadurez. Red eo deski ar vugale : ober d'eze mont d'ar skol ha chom er skol; mes red eo, dreist-oll, o zevel ervat. N'heller ket ober eus an holl vugale bugale desket; mes eus an holl vugale, pa garer poanial abred ha hep paouez, e c'heller ober bugale savet mat. Eur c'hrouadur desket kaer ha savet mat a zigollo en berr amzer, e dud eus ar boan, eus ar preder hag eus ar gwenneien o devo dispignet gantan. Eur c'hrouadur desket kaer ha savet fall a reio rann-galon e dud. Eur c'hrouadur dizesk ha savet mat a c'hell ober o evurusted. Tadou ha mammou, n'espernet netra evit zevel mat ho pugale; kenteliet aneze, kastizet aneze, roët d'eze skouer vat. Pellaet aneze diouz ar skoliou disoue. Miret aneze diouz ar vistri dife. Laket aneze er sholiou kristen. Diouz m'o grefet, o c'havfet ! Navet devez a viz Genver SANT HENORET Marc'hadour loened (XIIIet kantved) Henoret a deuas er bed, en Buzanse, en fin an drizekvet kantved. Savet e oe en doujanz Doue ha desket d'ezan, a-vihanik, diskouez e garante d'ezan, o skuilh madoberou war an nesan. E dad a oa marc'hadour loened hag e veze er Poatou o prenan ejenned a werze, goude-ze, er Berri. Henoret, pa oa yaouank, a yee da heul e dad, eus an eil foar d'eben, hag a zeskas evelse e vicher. Pa varvas an tad, Henoret a oa barrek da gas ar c'homverz endro. Dont a reas a benn da zastum eun tammig brao a beadra, a ranne etre e vamm hag an dud ezommek eus ar c'harter. Unan eus an aluzennou en dije ar muian a blijadur oc'h ober oa rei o argoulou (1) d'an dud yaouank, a harze o faourente aneze da zimezi. Koulskoude, e vamm, o c'houzout o devoa dastumet awalc'h a beadra, da c'hellout bevan diouz o danve ar rest eus o bue, a glaske dont a benn da lakat anezan da lezel e vicher a goste. Eun devez, e oant azezet o-daou el liorz tostan d'o zi, dindan eur wezen lore. - Ma mab, eme ar vamm, tristoc'h en devez-ze eget kustum, me ' deu da vezan koz, hag an oad, marteze, eo a ra d'in krenan evel ma ran, mes enkrezet e ven meurbed, pa vez et diouz ar gêr. Pinvidik awalc'h omp, diouz an ezormmou hon deus, ha ma rez diouzin, e chomi er gèr varc'hoaz, hag e lezi gant eun all ar vicher gasaüs-ze. Pell awalc'h out bet ouz hen ober. - Ma mamm, eme Henoret, daoust d'ar c'hoant am eus d'ober plijadur d'ac'h, n'on ket evit chom er gèr varc'hoaz ! Foar Dheneze a zo; loened am eus de gas, paeamanchou d'ober, gortozet e vezin. C'houi ' lavar ec'h omp pinvidik awalc'h diouz hon ezommou. Ne lavaran ket nan, mes, hag ezommou ar beorien ? Ar re-ze a zo brasoc'h c'hoaz eget hon re, ha gwech ebet ne gaver re da rannan. Lezet eta ac'hanon da vont da Dheneze, ha p'eo gwir n'oc'h ket en ali gwelet ac'hanon o vont ken d'ar foariou, hounnez a vezo ma divezan. Mes perak ho peus kement-ze a aon evidon ? - Aon am eus, ma mab, rak danjer ha skuizder an hent, rak pep tra ! Keit a zo ac'han da Dheneze, hag an droug a deu d'an daou-lamm ! - A drugare Doue, ma mamm, me ' zo yaouank c'hoaz ha krenv, ha pell diouz ober droug d'am yec'hed, ar bale a ra vad d'in. Ne gredan ket am befe enebour ebed, hag em befe, ma divrec'h zo nerzus ha ne vezin ket ma unan; an daou C'habidier a yelo adarre ganin. - An daou-ze, ma mab kez, n'eus ket nemeur da gontan warneze. - Eun tamm divergont int, gwir eo, mes en o micher n'eo ket eur gwall-si. - Ma, n'ouzon ket perak on ken trist ha ma 'c'h on, hirie, mes na welan nemet liou ar maro endro d'in. An de warlec'h, Henoret hag e zaou vevel, an daou vreur Gabidier, a oa en hent arôk goulou-de. Arôk ma kwitajont, ar vamm a c'hourc'hemennas d'an daou bôtr saout, en eur rei d'eze peb a bez arc'hant, teuler evez war he mab. Ya ! ya ! moereb, eme ar c'hosan aneze. Hag e lavaras ar geriou-ze gant eun ton ken garo, ma lakajont ar vamm gez da vezan enkrezetoc'h evit biskoaz. Eun nebeut deveziou goude-ze, en eur ziskenn en he liorz, e kavas ar wezen lore m'oa bet azezet dindanni gant he mab, melenet he deliou ha sec'het he brankou. Ar gwel-ze a skoas eun tol en he c'halon : « Oh ! emezi, petra verk an dra-man, ma n'eo ket maro ma mab eo ? » Ar c'helou-ze a oe brudet prim, ha hebdale, an amezeien a gemeras o c'hezeg buhanna hag a yeas da welet petra deue Henoret da vezan. Kaout a rejont korf ar marc'hadour paour, beuzet en e wad, demdost da Dheneze. Eun enklask a oe grêt a roas da anaout e oa bet lazet gant e zaou vevel et droug enne, war zigare ne oa ket falvezet gantan digemer, etouez e loened, eun anouar o devoa laeret war an hent ; gret an evoa d'eze, zoken, dizrei anezi el lec'h m'o devoa he c'havet. Korf ar paourkez marc'hadour loened a oe sebeliet en Theneze. Eleiz a bareansou burzudus a c'hoarvezas war e ve, hag an Iliz hen lakas etouez ar zent, er bla 1444. E relegou a oe rannet, divezatoc'h, etre Theneze, ar barouz m'oa marvet enni, ha Buzanse, ar barouz ma oa enni o chom. Eun darn aneze a virer c'hoaz, zoken, en de a hirie. K E N T E L Ar justis er marc'hajou Darn a zo hag a gred, pe o deus c'hoant da gredi, e c'heller ober ar pez a gerer war ar marc'hallac'h, hep samman ar gonsians : prenan kalz re varc'hadmat pe gwerzan kalz re ger. Kement-se a zo eur fazi, hag eur gwall hini, zoken. Eur varc'hadourez he deus tri briz : eur priz bras, eur priz krenn, hag eur priz bihan; gwerzan pe brenan a c'hallet, o kemer pe o lakat unan eus ar priziou ze. Mes c'houi hag a zo o werzan, ma werzet re en tu-all d'ar priz bras, a zo laer ; ha c'houi, hag a zo o prenan, ma ne laket ket, zoken, ar priz bihan, a zo laer ive. Al laeron, avat, n'eus plas ebed evite er baradoz. Petra dle eta ober ar varc'hadourien o deus laeret, o werzan marc'hadourez fall evit marc'hadourez vat, o werzan kalz re ger pe o prenan kalz re varc'hadmat ? Red eo d'eze kovez piz o fec'hejou, goulenn pardon aneze ouz Doue, ha renti d'e berc'hen ar pez o deus laeret. Anez restol, n'eus pardon ebed. Non remittetur peccatum, nisi restituatur ablatum. Hag ar marc'hadour en deus grêt gaou, a-gle hag a-zeou, ouz kement a dud, ma n'eo mui gouest na d'o anaout, na d'o c'haout, penôs e rei evit restol ? Eur guden eo da ziluian, ha mat e ve d'an den-ze en em glevet, ar c'hentan gwellan, gant e govezour. A dra zur, n'hall ket miret madou ha n'int ket deut d'ezan dre an hent eün. Dekvet devez a viz Genver SANT GWILHERM Arc'heskob Bourj (****-1209) Ar zant-man a deuas er bed en Arthel, demdost da Nevers, en hanter kentan an daouzekvet kantved. Savet e oe en Soason, gant eur eontr beleg, a zeskas d'ezan abred anaout danjeriou ar vue, disprijout plijaduriou didalve ar bed, ha tanva al levenez a ro ar studi hag af beden, d'ar re en em dro gante a galon vat. P'en em gavas ea oad, e oe beleget, ha prest goude, daoust d'e yaouankiz, e oe hanvet da chaloni en Soason hag en Pariz. Evit gallout ren eur vue striz, en em dennas en Pontigny, en eur gouent eus a Urz sant Bernard, hag en berr arnzer, e oe c'hoaz eno eur skouer vat evit an holl. Ac'hane, e oe kaset da ren manati Feunteun-Yan, ha hini Chalis goude-ze. Grouarn a reas an daou vanati-ze, gant eur furnez hag a c'honeze d'ezan kalonou an holl. Komz a rê ouz pep-hini en eun doare ken hegarat, ma ne greded ket chom hep senti ou tan. Er bla 1199, arc'heskob Bourj, an ôtrou Herry de Sully, a varvas, ha Gwilherm a oe dibabet da gemer e garg. Ar c'helou-ze a skuilhas eul levenez vras dre-oll, nemet en kalon an den santel, a oe mantret ha ne asantas diskregi eus e vaz-abad evit kemer ar vaz-eskob, nemet war urz e vistri ha war gourc'hemen kannad arpab. Evitan da vezan arc'heskob, e touge bepred e zilhad-manac'h, gant eur gouriz-reun dindan, ha ne zebre kammed tamm kig ebed, ar pez ne vire ket outan d'ober gwellan ma c'halle d'ar re a veze ouz e dôl. E di a veze bepred digor d'an dud ezommek, hag e blijadur oa bezan o rei d'eze peadra da zibri, d'en em wiskan ha d'en em lojan. E drugare en kenver ar bec'herien a rê d'ezan pedi ha yun evite beb an amzer. An trubuilhou a gouezas warnezan a roas tu d'e zantelez da baran. Er blavez 1193, ar roue Philip-August, en e eiz vla warn-ugent, a gemeras evit pried eur brinsez seitek vla eus an Danmark, he hano Injelburj. De warlerc'h an eured, ar roue a deuas da gemer kement a gaz ouz e bried, ma n'oa ket evit he gouzan war e dro. Arc'heskob Reims, eontr ar prins, hag eun nebeut eskibien-all, kerent d'ezan holl, kouls lavaret, eu em vodas en Kompiegn, hag a dorras an dimezi, war zigare, emeze, ma oa kerentiaj etre an daou zen yaouank. Injelburj a gasas an afer da Rom hag eno e oe kavet fall ar pez a oa bet grêt en Kompiegn. An dra-ze ne viras ket ouz Philip-August, goude klask digareou mezus, da vont gant Agnes, merc'h d'an duk a Verani. Ar pab Innosant III, goude bezan skrivet d'ar roue, meur a wech, evit e lakat da zont ennan e-unan, o welet ne selaoue ket anezan, a skoas ar rouantelez a-bez abalamour d'ezan. D'ar 5 a viz c'houevrer 1200, an ogrou, ar c'han, ar c'hleier a davas, en holl ilizou Frans. Evel eur vantel ganv a 'n em ledas war ar vro, hag an dra-ze a badas seiz miz hag eun dra bennak, ken na deuas ar roue da gas Agnes Merani diwar e dro, evit kemer adarre Injelburj, e wir bried. An arc'heskob Gwilherm a oe unan eus ar re gentan a lakas urz ar pab da vezan heuilhet en e eskopti. Ar roue a c'hourdrouzas anezan, abalamour da ze, muian ma c'helled ober, hep gallout dont a benn d'e lakat da blegan d'ezan, en stumm ebet. Ouz ar red, an arc'heskob santel an ije gouzanvet ar maro, kentoc'h evit dizenti ouz ar pab abalamour senti ouz ar roue. Ar boan a reas d'ezan Philip-August a oe dister, en kichen an hini a reas d'ezan eun nebeut beleien eus e eskopti, o 'n em zevel eneb e urziou. A drugare Doue, ar veleien gez-ze a deuas prim enne o-unan, hag en em strinkas da dreid o arc'heskob da c'houlenn o fardon. Gwilherm, dal m'o gwelas, hep rei amzer d'eze, zoken, da anzav o fazi, o briatas gant teneridigez. Diwar neuze, koumoulen ebet ne lakas yenien da zevel etre an eskob rnat hag e veleien, hag ar re a oa bet ar muian en e eneb eo a deuas da vezan ar re hen c'hare ar muian. «Kaer am eus bet ober ma fenn fall, a lavare unan aneze, hag en em zevel en e eneb, eo bet bepred ken chentil ha ken hegarat em c'henver, ha biskoaz n'am eus gallet anaout dre e vouez, dre liou e zaoulagad hag e stumin, skeud an disteran rebech evidon. » D'ar zul arôk gouel ar Rouane 1209, e oa o prezek en e iliz-veur, pa dapas riou. Eun derzien vras a grogas ennan; ober a reas e destamant, goulenn a reas e zakramanchou. Pa deujod da zigas e Zoue d'ezan, e savas eus e wele, e taoulinas war al leur-zi, en eur lavaret ne oa ket dereat d'ezan digemer e Zalver nemet war an douar. Binnigan a reas e veleien, holl dud e eskopti, ha d' an 10 a viz genver 1209, e ene, laouen, a nijas da vro an êle. K E N T E L Bue ar Gouarnamant ha bue an Iliz Bue ar Gouarnamant ha bue an Iliz a zo ken dishenvel an eil diouz eben ha m'eo dishenvel bue ar c'horf diouz bue an ene. Ar c'horf an eus e lezennou; an ene he deus he re. Mes evite da vezan dishenvel. e teuont da 'n em glevel. Evelse, bue ar Gouarnamant ha bue an Iliz, evite da vezan dishenvel, a dle kordan an eil gant eben. An Iliz he deus galloud war dreo an ene, hag he deus he lezennou d'ei hec'h-unan. An Iliz a dle bezan mestrez en he zi hag ar Gouarnamant en e hini, ha pep-hini, diouz e du, a dle poanial da gas an treo war rôk evit ar gwellan. Ar Gouarnamant hag an Iliz a zo krouet gant Doue o-daou, evit bale dorn ouz dorn war an douar-man, ha malloz d'an neb a laka disparti da zevel etreze. Ar zant ec'h omp o paouez lenn e vue, pa zavas trouz etre Philip-August, penn ar Gouarnamant, hag Innosant III, penn an Iliz, en em lakas krenn dustu a-du gant ar pab. Greomp eveltan; pennou-bras an douar-man a fazi ailes hep gouzout, meur a wech o c'houzout. Ar pab ne fazi ket; ar pab eo eskob an eskibien ha tad an holl gristenien; ar pab eo Jezuz-Krisl war an douar. Gwell eo senti ouz Doue eget senti ouz an dud ! Unekvet devez a viz Genver SANT HYJIN Pab ha merzer (154-158) Seiz devez goude merzerenti ar pab sant Telesphor, Hyjin, mab d'eun doktor eus a Athen ha beleg eus an iliz Rom, a oe laket war Gador sant Per, en amzer an impalaer Antonin. An daou abostol, Per ha Pol o devoa diazezet Iliz Rom en o gwad, tost da gant vla a oa, hag ar brezel eneb ar gristenien a bade bepred. Neuze, eun den brudet bras dre e zeskadurez, e hano Justin, neve badezet, a zavas eur skrid kaer hag hen kasas d'an irnpalaer Antonin evit difenn dirakan e vreudeur hag e c'hoarezed kristen. « Ar gristenien, (1) emezan, n'eo ket tud dizoue int, p'eo gwir ec'h adoront Doue an Tad, ar Mab hag ar Spered-Glan. Ne renont ket eur vue diroll, evel ma lavar darn, i hag a zo ken dispont dirak ar maro ; n'int ket tud danjurus evit ar vro, i hag eman en nenv ar rouantelez a fell d'eze tizout. O relijion, pa zeller piz, eo gwellan harp a c'hellfe kaout ar gouarnamanchou. » Ma kastizer aneze eta, n'eo ket abalamour d'o zorfejou hen grêr, mes abalamour d'o hano, hag an dra-ze a zo eun dislealded eus ar re vrasan. Kaerder o c'helennadurez, glanded o bue, o nerz-kalon dirak ar maro a zo souezus hag a ziskoue eman gante hebken ar wirione. » Sokrat, furan ha desketan den a oa en e amzer, n'eus ket kavet eun diskib da vervel evitan. Jezuz-Krist a zo deut, goulennet an eus ebestel ha merzerien, ha kavet an eus raktal inerzerien hag ebestel, en pep rumm tud a deu war an douar, testeni anat e oa eun den-Doue hag eman eta an Holl-C'halloudeg a-du gant ar gristenien. » Komzou Justin a oa gwir hag a reas trouz. Ar bourreo a baouezas da skei ar gristenien a gredas en em ziskouez; an ilizou kentan a ziwanas war an douar. Sant Hyjin a c'hourc'hemennas ne vije savet na diskaret hini ebet ken, hep goulenn ali an ôtrou 'n eskob, nag impliet war-dro an tiegeziou ar pez a vije bet war-dro an ilizou. Kroui a reas parouziou gant beleien da chom en ne, evit ma vijent kavet pa vije ezom aneze. Gourc'hemen a reas ive ma vije paeroned ha maeronezed da zerc'hel ar vugale evit ar vadeziant. Pep tra a luske sevel ha bleunian dindan avel glouar ar peuc'h. Siouaz, ar goanv a reas eun dizro war e giz; ar brezel etre ar baganed hag ar gristenien a zirollas, ha war benn sant Hyjin e oe skoet da gentan. Dastum a reas en e wad kurunen ar verzerenti, evel m'o devoa grêt an nao bab a oa bet en e rôk, hag evel ma tlee hen ober ar pemzek tostan war e lerc'h. Eiz-ugent vla e tlee au Iliz chom c'hoaz da vevan dindan an douar. Sant Hyjin a c'houarnas anezi epad pevar bla; sebeliet e oe e-tal be sant Per, er Vatikan, 158 vla goude donedigez Hon Zalver. (1) Rei a reomp aman, nan lizer Justin pen-da-ben. mes ar pop gwellan anezan. K E N T E L Ar c'hatakombou Hon Zalver Jezuz-Krist a lavare d'e ziskibien e vijent gwallaset abalamour d'ezan. Ar gomz-ze a zo deut da vezan gwir pen-a-ben; an Iliz, a-boan ma oa krouet, ma klasked ne diskar. Kentan prezegen a reas an Ebestel a oe awalc'h evit o stlejan dirak lez-varu Jeruzalem, ha panevert ma savas eno Gamaliel d'o difenn, e oa grêt gante. En Rom, an Iliz, epad tri-c'hant vla, kouls lavaret, a renkas bevan dindan an douar. Dek impalaer (1) an eil war lerc'h egile, a glaskas flastran he fenn outi. Herve eul lezen, an dud, gant 'n em glevet, a c'halle kaout berejou etreze. Ar gristenien, pa ne oant ket evit kaout ilizou, a dennas talvoudegez, gwellan ma c'halljont, eus al lezen-ze, hag en em vodas endro d'o beleien, en o berejou. Hepdale, ar c'hlask grêt warneze a deuas da vezan ken gwaz ma oe red digeri, dindan ar berejou kentan, re-all c'hoaz dizanjeroc'h. Kêr Rom a zo diazezet war gwiskadou mein-tuf bouk hag êz da zispenn. Ar gristenien a ziskennas en douar, hag a zigoras henchou en tuf-ze. Tri-c'hant leo a hed o deus, pa vezont laket penn ouz penn. Striz int peurliesan; beb an amzer, koulskoude, int ledanoc'h. Ober a reont neuze kampchou a deu an êr enine dre bunsou zo kuzet o fenn d'an nec'h, en eun harz bennak. Ar gêr-ze dindan douar a veze hanvet, ar c'hatakombou. Eno e veze prezeget, oferennet ha roët ar zakramanchou; eno en em denned pa zave skrab; di e veze digaset korfou gwadek ar verzerien; eno e vezent sebeliet, a renkennadou, en tuf ar mogeriou. ha stanket e veze warneze gant eun dôlen varbr merket warnezi hano an hini maro, ar geriou requiescat in pace, pe in pace hebken, furm eur goulm, eur bod palmez, pe eur pesk. Ar pesk a oa skeuden Jezuz-Krist evit ar gristenien gentan, abalamour ma kaved er ger-ze, p'hen skriver en gregach, IXTVS, lizeren-nou kentan ar geriou-man : « Jezuz-Krist, Mab Doue, Salver ». Eno eo e veze kemeret kalon a-benn ar stourmajou da zont. En katakombou an amzer goz, hon deus ezom da ziskenn ive hon unan, d'hon zro, a gorf pe a spered, evit gwelet pegement a garante a c'hall diwan en kalon an den evit an Otrou Doue, ha pegen dister eo ar boan a gemeromp evit miret ha kreski bon relijion, en kichen an hini a renkas gouzanv ar gristenien gentan, arôk kaout. ar gwir da lakal Iliz ar C'hrist da zispakan he gened, dindan lagad skedus heol binniget an Otrou Doue. (1) Ar brezel digorel gant ar baganed eneb an Iliz a badas adalek ar bla 64, betek ar bla 313. Mont a reas bete ar gwad, epad nao bla ha c'houe'h-ugent : 6 vla epad ar c'hantved kentan; 86 vla epad an eil; 24 bla epad an trede, ha 13 vla epad ar pevare. Setu aman hanoiou an impalaered a ziskouezas ar muian a grizder eneb ar gristenien : Neron, 64-68; Domisian, 95-96; Trajan, 98-117,: Mark-Aurel, 161-180 : Septim Sever, 193-211; Maximin. 235-238 ; Des, 249-251; Valerian, 253-260; Aurelian, 270-275; Dioklesian, 284-323. An impalaer bras Konstantin a zigasas ar peuc'h (313). Daouzekvet devez a viz Genver SANT BENEAT Abad en Bro-Zôz (628-690) Ar c'horniad douar-ze eus Breiz-Veur hanvet an Northumberland gant ar Zôzon, p'o devoa, dre an dir hag an tan, skarzet dioutan ar Vretoned, e c'hanas Biscop Baducing, an hini a dlee bezan, divezatoc'h, sant Beneat. Evel ma tiskenne eus eul ligne vras, e oe roët dor digor d'ezan, abred, en lez Oswi, roue an Northumberland; mes ken divlas e kave bue ar bed, ma tec'has, evit mat, diouz lez ar roue, evit mont da Rom. Pemp bla warn-ugent ne oa ken, ar gened o vleunian war e dâl, ar vrud o paran war e hano, hag ar renkou uhelan eus ar rouantelez o tont d'en em ginnig d'ezan. En amzer-ze, daoust m'oa mil gwech diesoc'h ober hent evit breman, an holl gristenien, paour ha pinvidik, gwazed ha merc'hed, a rê tro Rom, darn, zoken, ouspen, eur wech, evit gwelet penn an Iliz ha pedi war beziou an Ebestel hag ar verzerien vras. Beneat, grêt gantan e bardon, a 'n em lakas gant aked da studian ar gelennadurez kristen el levriou an evoa kavet en kêr ar pab. Pemp pe c'houec'h vla goude-ze, Alfred, mab Oswi, a c'hoantaas ive mont da bardonan da Rom, hag a bedas Beneat, o vezan m'oa bet c'hoaz, da vont gantan. Pa 'n em gavas an de da bartian, Alfred a deuas eun dra bennak da viret outan, ha Beneat, kement ha pa 'n evoa laket en e benn mont, a yeas e-unan eu hent. 'N eur zizrei, e reas e ziskenn en manati Lerin hag e kemeras eno sae ar venec'h. Daou vla goude e oa adarre en Rom, gant ar zonj da chom er gêr-ze da dremen ar rest eus e vue. Mes ar pab Vitalian a oa o paouez sakri da eskob Kantorbery, en Bro-Zôz, eur manac'h gouiziek ha santel eus ar Grès, e hano Theodor ; kaout a reas mat rei d'ezan, da vont d'e heul, eur manac'h-all ginidik eus an Afrik, e hano Adrian. Beneat, dre ma oa Sôz, a vije an hanterour etreze hag e genvroïz. En em gavet en Kantorbery, Theodor, an eskob neve, a hanvas Beneat da abad en manati Sant-Per ha Sant-Pol. Mes Beneat, pa gavas an tu, da lavaret eo, daou vla goude, a lakas Adrian en e blas hag a gemeras hent Rom evit ar bedervet tro. Betek neuze, en Breiz-Veur, an tier bag an ilizou, zoken, a oa en koat, toet en zoul, ha paour an treo war o zro. Beneat, o tizrei eus Rom, a zigasas gantan masonerien, gweraerien ha liverien, da zevel daou vanati neve en Bro-Zôz : unan, en enor da zant Per, hag eun all, en enor da zant Pol. Pa oe demc'hrêt al labouriou brasan endro d'an daou vanati-ze, e reas tro Rom evit ar bempvet gwech hag e tigasas gantan levriou, tôlennou, relegou roët d'ezan gant ar pab Agathon. Dont a reas gantan ive eun abad hag a oa mestr-kaner en iliz Sant-Per, evit deski d'ar venec'h sôz ober al lidou sakr ha kanan ar c'han iliz evel en Rom. Ar gozni a reudas e holl izili. Dre n'halle ket diskenn d'an iliz evel ar re-all, eun nebeut menec'h a chome gantan, ha rannet en daou geur, e kanent an ofis en e gichen; ar zant a 'n em unane gante a galon, pa n'halle ket hen ober a c'henou. Arôk mervel, e pedas start e ziskibien da viret mat ar reolen an evoa savet evite, hag e oa gourc'hemennet enni, emezan, ar pep gwellan an evoa gwelet ober er seitek manati an evoa kavet er rouanteleziou 'lec'h ma oa tremenet. Mervel a reas etre divrec'h e venec'h, an 12 a viz genver 690. K E N T E L Ar bale-bro Sant Beneat a gare bale dre ar bed : eur Zôz a oa, hag ar Zôzon, a-viskoaz, o deus bet hag o deus miret ar pleg-se, an eus grêt gante, marvad, ar bobl barrekan d'en em denn war an douar. Darn a zo hag a gav fall kement a zo en o bro ha mat kement a zo er broiou-all; hennez eo pleg ar vugale. Darn-all a gav mat kement a zo en o bro ha fall kement a zo er broiou-all : hennez eo pleg ar re goz. Daou bleg fall int o-daou, hag a lemer eus ar spered o vont etouez an dud. Ar bale-bro a zigor ar spered hag a sedera ar galon. Gwasan zo, eleiz, pan eont eus ar gêr, a goll giziou mat o bro, hag a gemer giziou fall ar broiou ma tremenont enne; war digare mac'h eont en kêr, e kavont mat lezel Doue er gêr. N'eo ket evelse eo dleet ober; n'eo ket evelse e rê sant Beneat. Ne zelle nemet ouz ar pep gwellan a gave war e hent, hag ar pez an ije goneet a lake, goude, da binvidikât e genvroïz en pep doare. Baleou evelse, n'e ket eur c'holl amzer hag eur c'holl arc'hant int; baleou evelse a zo talvoudus evit ar spered, ar galon hag an ene. Trizekvet devez a viz Genver Al Leanez evurus Veronika Eus a Urz Sant Augustin (1445-1497) Hanter-hent etre Pavi ha Milan, en eur gêriaden he hano Binasko, e c'hanas Veronika, ar verc'h santel ec'h eomp da rei aman he bue, en berr gomzou. He zud n'o devoa, evit bevan, nemet ar pez a c'honezent diwar an tammik tiegez a oa gante. A drugare Doue, e oant pinvidikoc'h a vadou an ene eget a vadou an douar, ha Veronika a ziskouezas abred e ouie tennan freuz eus ar c'henteliou mat a gleve hag ar skoueriou mat a wele er gêr. Dont a reas da vezan, dindan daoulagad he zad hag he mamm, eur plac'h yaouank fur ha barrek diouz kement tamm labour a ve, peurvuian, war-dro eun tiegez diwar ar mêz. Ar c'hoant da 'n em rei holl da Zoue a ziwanas abred en he c'halon, hag a reas d'ezi, pa oa o ren he c'houezek vla, mont da skei war dor kouent Santez-Martha, en Milan. Mes dre ne ouie ket lenn, ne oe ket roët a zigemer d'ezi. Ar plac'h yaouank ne fallgalonas ket. Dizrei a reas d'ar gêr ; war an de e rê he labouriou evel diagent, mes pa veze deut an noz, e chome pell amzer daoubleget war eur groazig-Doue, o klask dont a benn da anaout he lizerennou. Kaer he devoe poanial, ne zeskas netra. Neuze e pedas ar Werc'hez, ha Mamm Doue a lavaras d'ezi : « N'eo ket ar boan d'it koll da amzer, ma merc'h, gant al lizerennou-ze. Desk bezan glan a galon, o pellât diouzit pep karante direiz; desk bezan sioul a c'henou, o c'houzanv da nesan heb en em glemm kammed anezan; desk bezan lemm a spered, o lakat da zonj bemde gant Pasion ma Mab Jezuz. Pa ouvei an ter lizeren-ze, e vi desket awalc'h. » Adalek neuze, Veronika ne zellas ouz levr ebet ken; he brasan aked a oa dizrei war an ter gentel a oa bet desket d'ezi gant ar Werc'hez Vari ha reizan, gwellan m'halle, he bue dioute. Da naontek vla, e skoas 'vit an eil gwech war dor Santez-Martha hag e kavas digemer. Tri bla goude, e wiskas sae al leanezed, ha bezan a oe evit an holl eur skouer vat en pep doare. He fedennou a strinke ken dôn eus he c'halon, ma save gante, alïes, an daerou d'he daoulagad. Awechou e tiverent ken puilh, dreist-oll pa veze o sonjal en poaniou Hon Zalver hag en dianaoudegez an dud en e genver, ma veze ken gleb he dilhad, eme unan eus he c'hoarezed, evel pa vije bet skuilhet eur beliad dour warneze. He finijennou evel he fedennou a oa pemdeziek. Ne oa ket trawalc'h eviti yuniou hec'h Urz; ober a reas eleiz a re-all; he brasan levenez a oa bezan lezet da dremen an de gant eun tamm bara sec'h hag eur banne dour. Daoust d'ezi da garet ar beden hag ar binijen, e oa eun dra hag a gare c'hoaz muioc'h : ar zentidigez en kenver ar re o devoa galloud warnezi. Goulenn a reas digant he superiorez sevel eun heur pe diou arôk he c'hoarezed, evit mont d'an iliz da bedi, en kreiz sioulder an noz. Nac'het e oe ze outi. Veronika a zigemeras an nan-ze a galon vat. « Ma merc'h, eme Hon Zalver Jezuz-Krist, ouz en em ziskouez d'ezi eun nebeut goude, mat e kavan gwelet ac'hanout o chom hep sevel arôk al leanezed-all, p'eo gwir da superiorez n'eo ket jalet gant kement-se; Kalz e kavan gwelloc'h da zentidigez evit an holl bedennou az pije gallet da lavaret; an oberou a rêr a-unan gant ar re-all a blij d'in meurbed, dreist-oll, ar re a rêr pa ve c'hoant d'ober re-all. » Bezan oa ken izel a galon evel ma oa sentus. Al labouriou tennan hag ar plasou divezan a veze bepred diouz he-doare. Mervel a reas, er bla 1407, d'an de ha d'an heur he devoa merket, oajet a zaou vla hag hanter-kant. Eleiz a viraklou a c'hoarvezas war he be hag a ziskouezas he zantelez. Léon X, er bla 1517, ugent vla hepken goude he maro, a lakas anezi etouez an dud evurus, hag ar pab Beneat XIV, er bla 1749, a lakas ober he gouel da genver an 13 a viz genver. Miret a rêr he relegou en Binasko, parouz he badeziant. K E N T E L Pedi petra ? Doue ne ra van ebet evit klevet pedennou an den Gant an deskadurez, eleiz a dud a ya d'an ifern; gant ar zantelez an holl a ya d'ar baradoz. Hag eno eo red d'imp holl en em gaoul, de pe de, kousted a gousto, pe, a hend-all, e vije bet gwell d'imp ne vijemp bet ganel biskoaz. Hent ar baradoz, daoust da veur a bennad annezan da vezan tenn, n'eo ket dreist galloud an den; pa 'n em gav an den re dall pe re dinerz anezan e-unan, n'eus nemet pedi Doue, ha Doue a ro d'ezan an nerz hag ar sklerijen an eus ezom. Doue a ro, nemet e renker goulenn. Red eo d'imp eta pedi ! — Pedi petra ? a lavar darn. Doue ne ra van ebet evit klevet pedennou an den ! — Tri rumm tud a zo, eme sant Augustin, ha ne vezont ket selaouet : an dud fall, an dud a bed fall hag an dud a c'houlenn ar fall; mes kement hini a zo eun den mat, kement hini a bed mat, kernemt hini a c'houlenn ar vad a ve selaouet en doare pe doare. Ne ve ket roët d'ezan bepred e c'houlenn pen-da-ben, rak Doue a oar ar gwellan petra a c'hall ober vad d'an den. Red eo d'imp eta pedi mat ha c'houek, pedi a c'henou, abalamour d'ar c'horf kaout peurz er beden; pedi a galon, abalamour ar beden, ma ne deu ket eus goueled an ene, n'eo ket nerzus awalc'h da bignal belek an ne. Ha pedi dalc'h-mat, o lakat bon holl oberou pemdeziek, grêt dre garante evit an Otrou Doue, da dalvezout, kouls ha pedennou, dirak e zaoulagad binniget. Pevarzekvet devez a viz Genver SANT HILER Eskob Poitiers ha Doktor eus an Iliz (320-366) Ar zant-man a oa ginidik eus ar Poatou hag a deuas er bed war-dro ar bla 320. E dad hag e vamm ao a paganed, hag hen a oe savet en relijion e dud. Mes abred, e skiant-natur, sklerijennet gant gras Doue, a reas d'ezan anaout ne oa ket eno ar wirione. Dre ma save en oad ha ma tigore e spered, e veze ar zonj-man dalc'h-mat ouz heu diarbenn : « Evit petra eman an den war an douar » ? An dud, endro d'ezan, na glaskent nemet tec'hel arôk al labour ha bevan en o êz. « Mes bezan eur pennad blaveziou eürus ha pinvidik ha mervel goude, n'on ket evit kredi, eme Hiler, n'en deve an den netra ken d'ober. Kaeroc'h galvedigez evit ze a dleomp da gât. Ha koulskoude, ar relijionou pagan, gant o niver bras a zoueou, n'hallont ket rei d'in ar respont war gement-se. A dra zur, eun Doue a zo, ha n'eus nemetan, hag an Doue-ze a dle bezan krouet ac'hanomp evit e c'hloar hag e zervich. » E oa ar zonjou-ze o redek dre e spered, pa deuas, dre brovidans Doue, levr ar Skritur-Zakr da gouezan etre e zaouarn. Eno e kavas an Doue a glaske. Anaout a reas ar wirione eus ar relijion gristen, ha hepdale, e bried, - hiviziken e c'hoar, - e verc'h Abra hag hen a oe badezet. Abarz nemeur, e varvas eskob Poitiers, ha kristenien kêr, leun a zoujanz evit vertu ha deskadurez Hiler, a zibabas anezan da zerc'hel e blas. Hiler a souzas muian m'hallas, mes red e oe d'ezan senti ouz mouez ar gristenien. Eur wech eskob, e labouras gant aked da gelenn e bobl; ne oa den ken helavar hag hen en e amzer. Lakat a reas e holl galon hag e holl spered da bellât diouz e eskopti hereziou an Arianed, stlabeet neuze etouez ar gristenien. An heretiked-ze, o vezan grêt eur c'honsil en kêr Beziers, Hiler a yeas di hag a ziskouezas d'eze frêz ne oa ket ar wirione gante. Kemer a rejont aon rak e zeskadurez, hag, evit kaout peuc'h dioutan, ec'h alijont an impalaer Konstanz da harlui anezan er Friji. Ar zant a zigemeras urz an impalaer gant joa, evel an Ebestel hag ar verzerien, p'o deveze eun dra bennak da c'houzanv evit Jezuz-Krist. Chom a reas pevar bla pell diouz e eskopti. Epad an amzer-ze, e skrivas war myster an Dreinded daouzek levr eus ar re gaeran. Tud ar vro a oa troet gant an Arianed, mes Hiler a gavas brao an tu da ziskouez d'eze e fazient, ha diazezan a reas en o zouez rouantelez Jezuz-Krist. Pennou-bras an Arianed en em vodas en Konstantinopl. Hiler a skrivas d'an impalaer eul lizer evit goulenn bezan lezet da zisput oute. Mes an heretiked ne gredjont ket digemer e c'houlenn, hag evit kas anezan diwar o hent, e rojont da gredi d'an impalaer ne oa mat nemet da lakat freuz ha tabut en broiou ar zav-heol, hag e vije gwelloc'h lezel anezan da zistrei d'e eskopti. Kemer a reas hent ar gêr. « Neuze Bro-C'hall a-bez, eme sant Jerom, a vriataas an hini an evoa bet an trec'h war an heretiked. » Enor a veze grêt d'ezan en kement kêr ma tremene. Poitiers, dreist-oll, a reas d'ezan eun digemer dispar. « Pep-hini, eme Fortunat, a grede bezan adkavet e dad, ha zoken e vro, rak, e keit ha m'oa bet dianket Hiler, ar vro ne oa mui ar vro evit ar re a oa chornet enni, ken bras oa an dienez anezan. » Eiz vla c'hoaz e c'houarnas e bobl. Goude bezan labouret da greski dre ar bed gloar Jezuz-Krist, e varvas, leun a veritou, er bla 366. Ar rniraklou a c'hoarvezas war e ve a zisklerias e zantelez. Enoret eo bet a-viskoaz evel sant, hag er bla 1851, hon Tad Santel ar pab, Pi IX, a lakas anezan en renk Doktored an Iliz. K E N T E L An treo red da gredi An darn vrasan eus an dud a ya d'an ifern, eme ar pab Beneat XIV, n'eont di nemet abalarnour n'ouzont ket ar gwirionezou a zo red da anaout evit mont d'ar baradoz. Evit mont d'ar baradoz, eo red anaout ha kredi ar pemp gwirione-man : 1° Bezan zo eun Doue, an eus krouet an nenv, an douar ha kement tra a zo. 2° En Doue e zo tri ferson : an Tad, ar Mab hag ar Spered-Glan; an dra-ze eo myster an Dreinded. 3° Ar Mab, an eil ferson eus an Dreinded, a zo deut davevan war an douar, 1900 vla zo. Kemeret an eus eur c'horf hag eun ene henvel ouz non re; e hano eo an Otlrou Jezuz-Krist. Jezuz-Krist a zo Doue ha den asamblez : an dra-ze eo myster Mab Doue en em c'hrêt den. 4° Goude bezan bevet tri bla lia tregont war au douar, Jezuz-Krist a zo maro war ar groaz evit dasprenan an holl dud, o miret diouz an ifern ha digeri d'eze dorojou an nenv, da vihanan, ma vevont en gvvir gristenien : an dra-ze eo myster Mab Doue maro war ar groaz evit hon dasprenan. 5° Pa varvfomp, hon ene divarvel en em gavo dirak Doue, a vezo barnet war ar mad ha war an droug he devo grêt, ha grêt d'ezi mont, herve he meritou, d'ar baradoz pe d'an ifern, elec'h ma chomo da virviken. Eur c'hristen, evit bevan evel m'eo dleet, a dle gouzout ouspen, dindan envor : 1° Ar Bâter, an Ave Maria, ar Gredo. 2° Gourc'hemennou Doue ha re an Iliz. 3° An aktou a fe, a esperanz, a garante, a gontrision. 4° Ar pez a zo red da anaout evit bezan barrek da glevet mat an oferen, d'ober eur govezion vat, d'ober eur gomrnunion vat. 5° Deveriou slrisan ar stad a vue e ver enni. 6° An dever a zo da bedi, dreist-oll eu dentasion. Laket eta an treo-ze en ho sperejou. Arabad eo d'ac'h o ankouat gwech ebet ; grêt diouz ma zo merket enne. Ar re n'o gouezont ket, hag i gouest d'o gouzout, pe o anave heb o c'hredi, pe heb ober diouz ma zo merket enne, n'hallont kel bezan absolvet en lez-varn ar binijen, ha mont da zaoulinan ouz an dôl zantel, na mont d'ar baradoz ! Pempzekvet devez a viz Genver SANT POL HA SANT ANTON ermit (229-342) hag abad (251-356) Pol a oa ginindik eus an Thebaïd. Ugent vla, pe war-dro,an evoa, pa stagas an impalaer Des, er blavez 250, d'ober brezel d'ar gristenien. Tec'hel a reas da gentan war- ar mêz, en eun ti distro; mes abarz nemeur, o santout ne oa ket eno c'hoaz sur awalc'h eus e vue, en em dennas war eur mene ha ne oa den ebet o ohom endro d'ezan. O vezan êt dôn, eun devez, en koajou ar mene, e kavas eur roc'h-toull, gwaskedet brao gant skourrou eur ween-balmez, hag eur feunteun dour-sklêr en he c'henver. O welet eul lec'h ken distro diouz trouz ar bed, Pol, ha ne oa ket war e gentan tanva eus an dousder a gaver o vevan gant Doue hepken, a zantas o kreski en e galon ar garante evit ar vue a ermit. « Ar c'havarn-man, emezan, a zo eul lojeiz grêt evidon gant providans Doue. » Hag e reas e zonj da chom eno ar rest eus e vue. Adalek neuze, e lakas e amzer da dremen en e spered perfeksionou an Otrou Doue ha gwirioneou ar relijion. N'evoa ken magadurez nemet frouez ar wezen-balmez; he deliou a zervije d'ezan da wiskarnant. Pa oa deut d'an oad a dri bla ha hanter-kant, Doue, evit diskouez ar zoursi a gemer eus ar re a zilez pep tra dre garante evitan, a lakas eur vran da zigas d'ezan bemde eun hanter-bara, evel gwechall d'ar profet Elias. Ar burzud-ze a badas betek fin e vue. Pol a vevas eno dek vla ha pevar-ugent, hep bezan anavezet gant den. Mes arôk fin e vue, e falvezas gant Doue hen rei da anaout d'an dud. E oa an ermit santel gant e drizek vla ha kant, pa deuas da welet anezan, renet gant Doue, an abad Anton, hag a veve gant e venec'h pell diouz trouz ar bed. An daou zant en em anavezas hag a lavaras o hano an eil d'egile, daoust n'o devoa 'n em welet biskoaz. Epad ma komzent etreze eus a dreo an nenv, en harz ar feunteun, e tiskennas ar vran, evel kustum, hag e lakas dirake eur bara en e bez. « Gwelet madelez Doue, eme sant Pol; tri-ugent vla 'zo, al lapous-ze a zigas d'in bemde eun hanter-bara; hirie zo gantan eun dorz a-bez, abalamour d'ac'h. » Goude bezan trugarekaet Doue, ec'h azezjont da brejan, ha goude o fred e tremenjont an noz o pedi. An de warlerc'h, sant Pol a lavaras da zant Anton : - Me zo prest da vervel, ha c'houi ' zo digaset aman evit ma bezian. Sant Anton a deuas an daerou en e zaoulagad. - N'am dilezet ket, emezan, pe kentoc'h, goulennet evidon ar c'hras da vervel ganac'h ! - Nan, eme Bol, arabad eo d'ac'h klask ho mad hoc'h unan, muioc'h eget gloar Doue; ho tiskibien o deus ezom ac'hanoc'h. Ar pez a c'houlennan diganac'h eo mont da gerc'hat ar vantel bet roët d'ac'h gant an eskob Athanas, evit ma c'hellfet sebelian enni ma c'horf. Goude bezan poket da zaouarn an ermit, hag o gwalc'het gant e zaerou, Anton a zizroas d'ar gêr hag a lavaras d'e venec'h : « Siouas d'in, me ne don nemet eur pec'her ! N'on ket din da zougen an hano a vanac'h ! Gwelet am eus ar profet Elias ! Gwelet am eus sant Yan-Vadezour er gouelec'h. » Ne lavaras ket hirroc'h. Kemer a reas ar vantel, hag hen adarre en hent etrezek ar mene. E keit ze, sant Pol a deuas da vervel, ha sant Anton a welas anezan o pignal en nenv, en kreiz eur sklerijen gaer, hag eun niver bras a êle endro d'ezan. Neuze en em strinkas d'an douar, en eur lavaret : « O ma zad, perak ma dilezel evelse ? Ha red e oa d'in-me oc'h anaout ken divezat evit ho koll ken abred? » Pa zigouezas er c'havarn, e kavas korf ar zant war e zaoulin, e zaoulagad hag e zaouarn savet warzu an nenv. Gwiskan a reas d'ezan ar vantel a oa deut gantan, ha goude bezan kanet psalmou, herve kustum an Iliz, ec'h eas da lakat ar c'horf en douar. O vezan ma 'n evoa benveg ebet, e oa nec'het awalc'h o klask gouzout penôs dont a benn d'ober ar be; mes en eun tol, e welas daou bez leon o tont d'ar red eus dônder ar c'hoat, o mouenv oc'h hinjan gant an avel. Gourvez a rejont eur pennad e-tal ar c'horf maro, en eur yudal, evel m'o dije c'hoant da ober kanvou d'ar zant. Goude-ze, gant o ivinou, e rejont eun toull eus ar vent a oa ezom, hag eur wech binniget gant sant Anton, en em dennjont adarre. An abad santel a gemeras ar zaë an evoa grêt sant Pol gant deliou palmez, hag eur wech dizro d'e vanati, ne vankas gwech ebet d'hen gwiskan da oueliou Pask ha Pante-kost, epad ar pevarzek vla ma chômas war an douar warlerc'h e vignon. Mervel a reas er bla 356, tremenet e gant vla gantan ive./p> K E N T E L Ar Retred Ar zent a dec'he eus ar bed da glask peuc'h ar c'hoajou ha sioulder ar meneiou, d'eze da c'hallout bezan en o retrejou, pell diouz an dud ha tost da Zoue, rak Doue n'eman ket en kreiz an drouz, non in commotione Dominus. Eun dra vat eo evidomp ive en em denn, eur wech an amzer, pell diouz hon zreo hag bon zud, da dremen eun nebeut deveziou er retred. Ma zo enhbon bue dremenet eun dra bennak o c'hlazan ac'hanomp; en bon bue a vreman, eun tech bennak n'omp ket evitan ; en hon bue da zont, eun anken bennak ouz hon gedal....., greomp eur retred. Er retred eo e ve reparet an amzer dremenet, reizet an amzer vreman, pourveet evit an amzer da zont. Er retred, Doue a astenn an dorn d'an den da vale drantoc'h war an hent mat. Nag a zent a zo breman er baradoz, ha n'emaint eno, nemet dre m'o deus grêt eur retred vat ! Er retred eman ar sklerijen, er retred eman an nerz, er retred eman Doue o terri al liammou a vire ouzimp da dostât outan. Deomp d'ar retred, eur wech an amzer ! C'houezekvet devez a viz Genver SANT MARSEL Pab (308-309) En blaveziou kentan ar bevare kantved, ar baganed a zigoras an dekvet stourmad eneb ar gristenien, dre urz an impalaer Dioklesian, laket droug 'ennan gant an dud a veze war e dro. Kentan tra a oe grêt eo argas an holl gristenien eus an arme. Er bla 303, e oe grêt dre ar vro tri embann, an eil war lerc'h egile, eneb an lliz, evel pa n'o dije pennou-bras ar vro netra ken d'ober nemet gwaskan ar gristenien. Dre ar c'hentan, e oa urz da ziskarr an holl ilizou, da zêvi ar skrituriou santel, da derri eus ar c'hargou bras ar gristenien a vefe enne ha ne nac'hfent ket o fe, ha d'ober sklavourien eus ar gristenien a renk izel ha ne drofent ket kein da relijion Jezuz-Krist. An urz-ze a dlee taezan doujet dre holl broiou ar bed an evoa impalaered Rom galloud warneze. Dre an eil, kaset nebeut war lerc'h ar c'hentan, e oa gourc'hemennet teul er prizon holl renerien an lliz. Dre an trede, kaset prest goude, e oa urz da lezel da vale ar veleien a ginnigje ezans d'an doueou, hag ar re n'hen grajent ket, d'o merzerian er stumm araje d'eze gouzanv ar muian boan. Er bla 304, e oe kaset eur bedervet lezen a roë urz da bep den, en pep lec'h hag en pep kêr, da ginnig eur zakrifils d'an doueou dirak an holl. Skrijus eo ar gwad kristen a evas neuze an douar. Brezel ebet, biskoaz, ne lakas kement a dud da vervel, ; an lliz, da welet eus an nenv, n'eo bet biskoaz kaeroc'h evit ne oa epad ar blaveziou-ze. Er zav-heol, Euzeb, ar skrivagner koz, a welas lakat d'ar maro, bemde, gwech dek, gwech ugent, gwech tregont, gwech tri-ugent ha betek kant den zoken war an dro, hag an dra-ze epad meur a vla. Gwelet a reas ar c'hlezeier o tognan, ar vourrevien o kouezan, gant a skuiz a vijent, war berniou korfou merzerien, hag o lakat re-all da skei en o lec'h. Eur gêr eus ar Friji, kristen an holl dud enni, ha ne falvezas ket d'ezi kinnig ezans d'an doueou, a oe devet gant he dek mil den... En Rom, ar pab Marsellin a oe lazet etouez ar re gentan. Daou viz goude e verzerenti, kristenien kêr a c'hellas kaout an tu d'en em vodan en kuz, er c'hatakombou, hag a lakas war Gador sant Per, Marsel, eur beleg gouiziek ha kalonek ginidik eus a Rom. E vue a bab a oe eur verzerenti pen-da-ben, ken dre ar poaniou en devoe da c'houzanv, ken dre ar re a wele ober d'e vugale hag a c'hlaze anezan muioc'h eget e re e-unan. Koulskoude, elec'h fallgaloni, e labouras, keit ha ma c'hallas, da gelenn ar baganed war Jezuz-Krist ha da startât ar gristenien en o fe. Lakat a reas Lusina, eun intanvez pinvidik, da rei d'an lliz eleiz a leve. Sant Marsel a reas katakombou neve da vodan ar gristenien ha da zebelian ar verzerien. An impalaer Maxans, o vezan deut da glevet hano eus e labouriou, a reas e zigas dirakan hag a c'hourc'hemennas d'ezan rei an dilez eus e garg ha kinnig ezans d'an doueou. O vezan ne zente ket, an impalaer a reas anezan e bôtr-marchosi. Nao miz e chomas er vue-ze. Dre n'halle mui kelenn e dud dre gomz, e kelenne aneze dre skrid. Eun nozvez, dre laer, ar gristenien a deuas a benn d'e ziframrnan eus adre daouarn o enebourien. Lusina a roas digemer d'ezan en he zi, a deuas da vezan eun iliz en em zastume enni ar gristenien en kuz. Maxans ne zaleas ket da glevet pelec'h e oa Marsel, hag a lakas ober eur marchosi gant ti Lusina; eno, emesk ar c'hezek, e varvas ar pab santel gant an dienez hag an naon. Lusina a zebelias e gorf en katakombou Priskilla, d'ar 16 a viz genver 310. Tri bla goude, Maxans hag e zoudarded a oa beuzet en dour an Tibr. Konstantin, ar c'hentan impalaer kristen, a bigne war an tron. An lliz he devoa urz da vevan ouz sklerijen an heol. K E N T E L N'eo ket awalc'h, rei, red eo en em rei ! Ar verzerien, dre garante evit Jezuz-Krist, o deus kollet o madou ha roët o bue. Diskouez a rent o c'harante, n'eo ket hepken dre gomzou, mes dre oberou. Hirie e zo eleiz a dud a gav eo eun enor evite dougen an hano a gristen. Arabad, aval, goulenn digante diskregi eus an disteran peadra ha diouered an disteran plijadur evit o fe, rak ne refont ket; arabad gortoz digante rei an dorn da astenn rouantelez Jezuz-Krist; an dra-ze. emeze, ne zell ket oute. Karet a reont Doue koulskoude, da vihanan, keit ha ma ne goust netra ar garante-ze d'eze. C'hoant o deus da vont d'ar baradoz koulskoude, gant ne vezo ezom da gemer poan ebet evit mont ebarz. N'eo ket seurt kristenien a fell da Jezuz-Krist. Red eo gouzout bezan d'ezan korf hag ene, er blijadur hag en dristidigez, er vue hag er maro; d'ezan. hep paouez ha hep distag. Lakat da dalvezout evit e c'hloar kement a nerz hon deus en hon c'horf, kement a sklerijen hag a garante hon deus en hon ene. En eur ger : en pep tra, en pep lec'h ha bemde, rei hag en em rei. Seitekvet devez a viz Genver An Itron-Varia o 'n zikouez en Pontmain Ar Frans hag an Allmagn a oa savet an eil eneb d'eben. Ar gwad a boullade war an tachennou-brezel. Ar Brusianed a c'honeze bep tol. Er gêr, an tadou hag ar mammou a ouele d'o bugale; eur vantel ganv tenval-tenyal a oa ledet war ar vro. Dorn Doue a skoe ar Frans, hag ar Frans a horjelle warnezi hec'h-unan hag a oa prest da gouezan en he foull. En eun tol, eur verelaouen dudius a darzas 'us da barouz Pontmain, a reas eus an noz eun de bras hag a lakas an esperanz da ziwan en kalonou ar Fransizien. Kement-se a c'hoarvezas d'ar 17 a viz genver 1871. Pontmain, en eskopti Laval, war bevennou Breiz, a oa neuze eur gêriaden didrous, kristenien vat an dud a veve enni. Eun tiegez a oa, dreist-oll, hag a roë an ton er barouz : hini Barbedette. Pemp den oant eno : an tad, ar vamm ha tri grouadur. Ar c'hosan eus ar vugale a oa soudard abaoue an dri warn-ugent a viz gwengolo ; an daou-all, yaouankoc'h, a oa c'hoaz er skol. Eujen, ar brasan, a oa 12 vla, hag egile, Jozef, 10 vla, o-daou chentil ha sen-tus ha ken troët war al labour 'vel war ar beden. En devez-ze, 17 a viz genver, an daou bôtr bihan a oa savet pell arôk an de, evit ober ar pez oant kustum d'ober bemde : o fedennou e-tal ar gwele, al labouriou war-dro ar c'hreier; hag en iliz, goude-ze, ar chapeled hag hent ar groaz evit ar zoudarded, da c'hortoz respont an oferen seiz heur, a veze eleiz a barousianiz enni, dreist-oll eus an tiegeziou o devoa bugale er brezel. Ha goude e oa ar skol. Da beder heur, ar bôtred o devoa kemeret peb a damm bara d'o adveren hag a oa et da zikour o zad da goanian al loened. War-dro pemp heur hanter, Janned Detais, an hini a liene ar re varo er barouz, a deuas da dremen en kichen karti Barbedette, a damzigoras an nor hag a gavas an tad hag e zaou vab, peb a horz gante, o pilât lann d'ar c'hezeg, ouz sklerijen eur c'holaouen rousin peget en genou eur c'hi ouz ar voger. Keit ha ma oe Janned o komz ouz an tad, al labour a chômas a-zav hag Eujen a yeas war an treujou da zellet ouz an amzer. Yen e oa; an erc'h hag ar skorn a c'holoe an douar. En barr an nenv, ar stered a vil-vern a lugerne; ar pôtr bihan a zelle oute, dizeblant kaer. En eun tol, setu hen o tol plê, ' us da di Augustin Guidecoq, an amezeg, d'eun itron gaer evel ma n'evoa gwelet biskoaz, a zelle outan gant eur mousc'hoarz karantezus. He dilhad ne oant tamm ebet henvel ouz ar re a weler gant itronezed vras an douar-man. Eur zaë hep gri ha heb ourl, glas liou an nenv, marellet a stered aour, he gwiske eus he fenn d'an treid. En he zreid he devoa eur botou-skanv glas, eur zeien alaouret rozetennet warneze. Eur oual du a guze he bleo hag he diskouarn, a goueze war he diskoa hag a ziskenne betek hanter he c'hein. Eur gurunen aour, eur beg d'ezi 'us d'an tâl, gant eur roudennig ru en kreiz oc'h ober an dro d'ezi, a oa war he fenn. He daouarn digor a oa astennet etrezek an douar; he fenn a oa gwenn-kann, yaouank da welet ha stummet koant evel ar goulou-de, hag he daoulagad, teneredigez eur vamm enne, a bare war ar c'hrouadur. Eujen ne oa ket evit dizrei e zell diouz an itron vurzudus. An amezegez, grêt he zro ganti, a deuas er-mêz. - Janned, eme ar pôtr, ne welet ket petra zo du-hont 'us da di Augustin Guidecoq ? - Petra zo ' ta ? An ton a oa en mouez Eujen a zouezas an tad hag ar pôtr-all chomet er c'harti. Lampat a rejont war an treujou. Jozef hepken a wel, difazi, ar pez a gomz Eujen anezan. E dad ne wel netra; e vamm, en em gavet war al lec'h, kaer he deus sec'han gwer he lunedou, ne wel ket gwelloc'h. Ar vrud eus ar pez a c'hoarveze en leur Barbedette a redas evel eul luc'heden, hag en eun tol, eleiz a dud a 'n em gavas. Diou verc'h eus ar skol gristen, Soazig Richer ha Jannig Le Bosse, a wel ar pez a wel ar bôtred. « Oh ! an itron gaer ! an itron gaer ! » emeze. An ôtrou person, kaset kelou d'ezan, a 'n em gav ive. Stagan a ra gant ar pedennou; setu ar vugale da lavaret kerkent e c'hoarve eun neventi. Eur groaz ru a welont war varlen an itron gaer; eur c'helc'h glas a ra an dro d'ezi, ha, dindan he zreid, eur zeien hirr ha ledan a zo stignet, hag eun dorn ha ne weler ket a skriv warnezi goustad, en lizerennou aour : « Mais priez, mes enfants ; Dieu vous exaucera en peu de temps; mon Fils se laisse toucher. » — « Pedit c'hoaz, ma bugale; Doue ho selaouo a-benn nebeut aman; ma Mab a deu e galon da vezan teneraet. » Hag an itron gaer a deu an dristidigez war he zâl; kregi 'ra er groaz ru a zo war he barlen hag a zo warnezi eur c'hrist ken ru-all, hag e venn he zoublan warzu an douar, epad ma kan ar bobl ar c'hantik « Mon doux Jésus. » An ôtrou person a reas neuze kanan an Ave Maris Stella. Kerkent, ar groaz ru a dec'has, daouarn an itron gaer a ziskennas evel ma oant da gentan; al laouenedigez a baras war he zâl. - Ma zud kez, eme an ôtrou person, kouls eo d'imp lavaret ar pedennou diouz an noz. Hag a greiz ma oar gante, an itron gaer, a nebeudou, a guzas he sked ouz daoulagad ar vugale. - Eun dra bennak a welet c'hoaz ? eme an ôtrou person, da fin ar pedennou. - Nan, netra ebet, netra ken, eme ar vugale. Nav heur bennak e c'helle bezan. Adalek an heur-ze, ar Brusianed, hag a oa en em gavet var hed pemp leo diouz Pontmain, ne rejont kammed ebet ken war rôk. Doue an evoa grêt eur zell a drue ouz merc'h henan an Iliz. K E N T E L Mamm an Esperanz Doue eo ar Mestr, ha daoust m'eman a holl-viskoaz o ren ar bed, n'eman ket c'hoaz o vont da rei an dilez eus e garg. Kemer a ra an den dre an dorn, kerkent ha ma teu war an douar-man, ha ren 'ra anezan eus ar c'havel d'ar be. Ne zilez nemet an neb a goue en ifern. Adalek ar penn kentan, Doue au eus anavezet ha karet pep-hini ac'hanomp. Roët an eus d'imp, d'hon sikour d'ober ar vad ha da dec'hel diouz an droug, eur vamm garantezus, ar Werc'hez Vari. Mari eo maimm an esperanz. En em erbedomp outi. « Mes pedet, ma bugale ! » He c'hoant eo hen grafemp. Solve vincla reis ! Pedomp anezi, ma c'houlenno digant Doue hon fardon. Profer lumen caecis ! Pedomp anezi, ma tigaso sklerijen d'an dud dallet gant o gwall dechou. Mala nostra pelle. Pedomp anezi, ma pellao ac'hanomp diouz pep droug. Bona cuncta posce ! Pedomp anezi, ma tenno warnomp pep seurt vad ! Triouec'hvet devez a viz Genver Kador Sant Per en Rom (42) Pa bignas Hon Zalver Jezuz-Krist en nenv, de ar Yaou-Bask, Simon Per, mab da Jonas, a oa en penn an Iliz. E-touez an Ebestel, e c'halle bezan re-all gouiziekoc'h ha santeloc'h evitan, mes hen eo an hini a oa bet dibabet, an hini an evoa bet alc'houeiou an nenv, an hini a oa bet pedet evitan, an hini ne dlee biken fazian, an hini a dlee dorojou an ifern dont da derri outan. Hen oa eskob an eskibien ha tad an holl gristenien. Nao bla goude, Per, evit ar wech kentan, a deuas da Rom. Rom, gant he daouzek kant mil den, ' oa neuze kêr-benn ar bed; hec'h impalaered, gant o gouarnerien hag o zoudarded, hadet eus ar zav-heol d'ar c'huz-heol, ' oa mis-tri an douar. En Rom, kêr ar gaou, ugent mil relijion dishenvel a oa yennet en sperejou an dud, ha ne oa hini ebet c'hoaz, en o zouez, hag a dalvezje eun dra bennak. En Rom, kêr ar grizder, an impalaer a c'hoanta tremen evit Doue; an tad a c'hall lazan e grouadur, ma ne blij ket e stumm d'ezan; ar pried a c'hall kas e bried da vale, d'an disteran trubuilh a zavo etreze; an hanter eus an dud a zo tra an hanter-all, hag ar mestr, 'dal ma savo e wad d'e benn, an eus gwir d'en em zizober eus e sklavour ! En Rom, zo goueliou gant sakriflsou tud en enor d'an doueou; en Rom, zo c'hoariou hag e ve gwelet enne betek 10.000 gourenner o 'n em gannan hag o 'n em lazan en eun devez. En Rom, kêr an hudurnez, techou fall an den a zo dirollet hag an dizurz a vale en pep lec'h, en de koulz hag en noz. Rom oa kalonen ar bed pagan, ha Per a deu enni evit ober anezi kalonen ar bed kristen. Ober a reas e ziskenn, da gentan, en kartier ar Judevien. Hepdale e reas anaoudegez gant daou Judev badezet, Akuila ha Priskilla, ha gant ar senatour Pudens. Hleman a roas digemer da brins an Ebestel, hag en e di eo e stagas da brezek ha da vadezi. Kador sant Per a oa diazezet en Rom, daou vla ha daou-ugent goude donedigez on Zalver. Tost da 1900 vla a zo tremenet abaoue : epad an am-zer-ze, holl droniou an douar a zo kouezet en o foull, an eil goude egile; kador pesketaer paour ar Galile, hounnez hepken a chom en he zav, daoust da vistri ar bed da vezan klasket kant gwech he diskar : testeni anat eo harpet gant Doue. Evit rei digemer d'ar boblou diniver a 'n em vod endro d'ezi, an eil goude egile, da zelaou komzou Per, eo savet brasan iliz a zo en de a hirie war an douar, gant he c'hant seiz metr ha pevar-ugent a hed, a-ziabarz, war gant pemp ha tregont a ledander ha pemp ha daou-ugent a uhelder, dindan volz. He men kentan a oe diazezet er bla 1506; c'houec'h-ugent vla a oe laket d'he feur-ober; eiz-ugent milion a oe dispignet d'he zevel, ha c'houec'h-ugent mil lur a ya breman, bep bla, d'he c'hempenn. Oter vras an iliz-ze a zo savet var c'horre beziou an ebestel Per ha Pol, hag ' us d'an ôter vras, en eur relegour kaer divent, e virer ar gador goat roët gant ar senatour Pudens da Ber, hag a deuas da vezan e drôn a bab. K E N T E L An devosion d'ar pab An devosion d'ar pab, eme sant Fransez a Zal, a zo unan eus merkou an eneou a yelo, hep mar ebet, d'ar baradoz. Bezan devot d'ar pab a zo e garet, senti outan, difenn anezan. An holL zent o deus karet ar pab, sentet outan ha difennet e wiriou, ha seul-vui e oa bras o santelez, ha seul-vui e oant douget da rei harp da Vikel Jezuz-Krist. Pa deu an devosion-ze da vervel en eur vro, gouen ar zent, a varv enni ive. « Arabad ankouàt, eme sant Gharlez Borrome, ar pab eo Doue war an douar, ha dizenti outan a zo dizenti ouz Doue e-unan. » Kement gwech e hanve an arc'heskob-ze ar pab, ha kement gwech e kleve e hano, e leme e dog. Pa deued da zigas d'ezan eul lizer pe eur skrid bennak abeurz ar pab, e reseve aneze diskabel hag e poke d'eze, dre zoujanz evit an hini an evoa o savet. O'Connell, eun Iverzoniad (1) brudet hag eur c'hristen kalonek, gwestlet gantan e vue pen-da-ben da zifenn e fe hag e vro, a gouezas klanv war an hent da vont da Rom, hag arôk mervel e lavare : « Rei a ran ma ene da Zoue, ma c'horf d'am bro, ma c'halon d'ar pab. » Ne garomp ket awalc'h ar pab, an den burzudus-ze, an eus galloud war gement den a zo war an douar, karget ma 'z eo da sturian an holl eneou betek porz an nenvou. Ne garomp ket awalc'h an den burzudus-ze, a zo tud fallakr ha bugale dizent o klask e ziskar diwar e drôn, ha n'an eus bet biskoaz an disteran aon da vezan tôlet d'an traou, fianz vat m'an eus er gomz galloudus lavaret d'ezan gant Mab Doue : « Tu es Petrus, Te eo Per, da lavaret eo, men. ha war ar men-ze e tiazezin ma Iliz, ha galloud an ifern ne vezo biken trec'h d'ezi. » Karomp ar pab, sentomp ouz ar pab ! Karet ar pab eo karet Doue; ober poan d'ar pab a zo ober poan da Zoue ! (1) Un Irlandais. Naontekvet devez a viz Genver SANT KANUT Roue an Danemark (1080-1086) ha merzer Kanut, mab henan Suenon, roue an Danemark, a oe kelennet kaer ha savet mat en e vugaleach. En e yaouankiz, e kustumas e gorf diouz an armou ha diouz ar skuizder, ha dont a reas da vezan barrekan brezellour a oa en e amzer. Skuban reas, eus moriou an hanter-noz, al laeron a veze enne o vont hag o tout, en o bagiou skanv, hag o tiskenn, pa gavent an tu, da ober skrab var an ôchou tro-war-dro. Pa varvas e dad, pennou-bras ar rouantelez, oc'h anaout e doliou-kaer, a gemeras aon razan hag a roas e gurunen d'e vreur Harald, a oa eun den muioc'h lez-ober evit Kanut, hag o devoa fianz, dre ze, da c'hallout ober muioc'h o mistri gantan. Kanut, pa welas ar pez a oa c'hoarvezet, a 'n em dennas en lez Halstan, roue ar Sued, hag elec'h klask trabas ouz e vreur, evel ma lavared d'ezan awechou, e chomas sioul ; ne golle tro ebet, zoken, evit renti zervich d'e genvroïz. Abalamour da ze, pa varvas Harald, daou vla goude ma oa pignet war an trôn, ar vro a-bez, skuiz o welet an droug a oa en em zilet enni dre leziregez ar roue-all, a zavas en he zav, lorc'h enni o lakât war benn Kanut kurunen e dadou koz. A-boan ma oa stur ar rouantelez etre e zaouarn, ma teuas tud goue da zailhat war e vro. Kanut a stourmas kalet oute, war meur a dachen, hag o zrec'has gant enor. Pa zigouezas eus ar brezel, e stagas ar gurunen aour a oa war e benn ouz troad kroaz Hon Zalver, hag e westlas e bobl hag hen da Jezuz-Krist, roue ar rouaned. Ar spered, en den, eo an êl; ar c'horf, an aneval. D'an êl eo gourc'hemenn, d'an aneval senti. Kanut a gustume e gorf da blegan d'e spered dre ar yuniou, ar skourjezou hag ar gourizou reun. Karout a re lenn ha kanan ofis an Iliz gant ar venec'h. Eur roue hag a dremen eun darn eus an noz o pedi evelse, an eus muioc'h a sklerijen da c'houarn e bobl evit eun all hag a dremenfe an amzer-ze oc'h ebatal. Klask a rê, en pep doare, mad e bobl ha mad an Iliz : mat oa evit an holl, hep bezan re losk. Elec'h kreski an truajou, e krenne diwar an dispignou muian ma c'helle. Stagan a reas eleiz a leve ouz an ilizou, ha c'hoant an evoa e vije kaer an treo war o zro. Ober a reas lezennou war an enor a dleer d'an eskibien ha d'ar veleien; gwelet a rê Jezuz-Krist en pep-hini aneze, ha gwell oa gantan gwelet ober dismeganz d'ezan e-unan, evit ne oa gwelet ober d'eur beleg. En amzer-ze, Harold, unan eus e gerent, a oa roue en Bro-Zôz. Gwilherm, duk an Normandi, hen diskaras hag hen trec'has war dachen-brezel Hasting. Kanut, pa glevas ar c'helou, a c'hoantaas stourm ouz Gwilherm, hag o vezan savet eun arme, e roas ar garg anezi d'e vreur Olaüs. Heman hen gwerzas hag a reas d'eur bern pennou-fall trei en e eneb. Kanut a oe lazet gante en iliz Sant-Alban, d'ar 7 a vezeven 1086. K E N T E L Diner an Iliz En pep parouz e zo eun iliz; an iliz-ze eo kêr ar gristenien. Eno e vezont badezet, eno e vezont kelennet, eno e klevont sul-gouel an oferen; eno e ve roët d'o eneou bue Doue kollet dre ar pec'hed; eno-e vezont maget gant korf ha gwad Jezuz-Krist; eno e ve digaset o c'horfou skornet gant ar maro da lavaret warneze pedennou an anaon; eno e vezo dalc'het da bedi evite, ken ne vezo en em gavet o eneou war dreujou ar baradoz. En peb iliz zo eur beleg; hep-han, an iliz n'eo iliz ebet. Hen eo den an holl, paour ha pinvidik, gouiziek ha dizesk, bras ha bihan, koz ha yaouank. Heb ar beleg, ar barouz a zo eun ifern; gant ar beleg eman Doue enni, hag ar beleg a chomo on eur barouz, keit ha ma kavo enni peadra d'en em lojan, d'en em wiskan, d'en em vevan; peadra da zerc'hel o renk. Ouz peb iliz, gwechall, hon tudou koz o devoa staget leve. Ar veleien a 'n em denne gant ze, heb ezom da astenn an dorn d'o farousianiz. Lezen 1905 zo deut da laerez holl danve ilizou Frans, ha breman, keit ha ma n'evo ket ar Gouarnamant restôlet e laeronsiou d'ar gwir berc'hen, ar veleien, daoust pegen kri e c'hallont kaout an dra-ze, a vezo red d'eze goulenn aluzen digant o farousianiz. Abalamour da ze, holl eskibien Frans o deus savet, dre ar vro, diner an Iliz, ha pep kristen a dle rei anezan bep bla, herve e zanve, dindan boan da chom hep kaout an absolven, epad e vue, ha pedennou an Iliz goude e varo. Arabad da zen ebet fazian ! Ar relijion n'eo ket hepken eun dra vat da gaout, eun dra red eo. Ar relijion eo tra an holl, hag evelse, pep-hini a dle ober e c'halloud d'he miret er vro, ha pec'hed bras an eus ma n'hen gra ket ! Ugentvet devez a viz Genver SANT SEBASTIAN Difennour an Iliz, merzer Sebastian a oa e dad ginidik eus a Narbonn, hag e vamm eus aVilan; savet e oe gante en relijion Jezuz-Krist a oa o hini o-unan. En e yaouankiz, e teskas an armou, ha dont a reas, en berr amzer, da vezan unan eus an ofiserien ha mignoned vrasan an impalaer Dioklesian. Heman a oa pagan. Sebastian, evit gallout ober muioc'h a vad d'e vreudeur, pa vijent gwasket, ne anzavas ket outan e oa kristen. Er bla 303, e savas eur stourmad skrijus, an dekvet hag an divezan, c'houezet gant impalaered Rom a eneb an Iliz. Sebastian, abalamour d'e garg a ofiser, a c'halle kaout dor-zigor el lec'h ma kare, hag a c'halle evelse gwelet ha kennerzi ar gristenien a oa karget ar prizoniou gante. En amzer-ze, Mark ha Marsellin, bugale ar senateur Trankillin, a oe o-daou barnet d'ar maro, abalamour ma ne oa ket bet falvezet gante kinnig ezans d'an doueou. O zud a oa paganed hag a c'houlennas digant Kromas, pref'ed Rom, rei tregont devez termen d'eze da c'hallout dont a benn da lakat o bugale da blegan da urziou an impalaer. Fiziet e oe an daou brizonier en Nikostrat, mestr-skrivagner ar prefed, hag en e di o chom. Neuze an daou brizonier a oe gret kement warneze gant o zad, o mamm, o friejou, o bugale, o mignoned, ma oant prest da fallgaloni, pa zigouezas Sebastian war o zro. An ofiser bras a gomzas gant kement a nerz, ma krenvaas Mark ha Marsellin en le Jezuz-Krist, ha ma reas d'o zud ha da Nikostrat e-unan goulenn bezan badezet. Sebastian a redas raktal da gerc'hat ar beleg Polykarp da rei d'eze ar vadeziant. Trankillin, tad ar brizonierien, hag a oa unnek vla a oa gant ar boan-izili a oe pareet gant dour-meur ar zakramant. P'en em gavas an tregontvet devez eus an termen, ar prefed a c'halvas Trankillin, hag a glevas gantan ar burzudou a oa c'hoarvezet. Kromas, hag a oa ive gant an droug-izili, a reas kerkent kerc'hât ar beleg Polykarp hag a ginnigas arc'hant d'ezan evit e barean. - Nan, Jezuz-Krist hepken, eme ar beleg, a c'hall ho parean, ma kredet ennan. - Hag e ran ! eme Gromas. - Bruzunet neuze kement idol a zo en ho ti. Bezan eo devoa eun daou-c'hant bennak. Sébastian o skubas holl. Pa zizroas, ne oa ket c'hoaz gwellaet d'ar prefed. - Ho fe n'eo ket bras awalc'h, eme Sebastian : eun dra bennak ho peus c'hoaz da derri. Kromas a anzavas an evoa c'hoaz en e di eun idol-all hag a gare meurbed. Dal ma oe flastret he fenn outi, eun den yaouank skedus evel an heol a 'n em ziskouezas da Gromas : « Ar C'hrist, emezan, am digas d'ho parean. » Kromas a choantaas pokat da dreid ar medisin burzudus. - Nan, eme heman, n'oc'h ket gwalc'het c'hoaz en dour-meur ar vadeziant, hag abalamour da ze, n'hallet ket touch ouz êl an Otrou. Eun nebeut deveziou goude-ze, Kromas hag holl dud e di a oe badezet. Koulskoude, ar stourmad a greske bemde. Kromas, war digare e yec'hed, a roas an dilez eus e garg a brefed, hag en em dennas en e zouaroû, war ar mêz, gant ar beleg Polykarp hag ar gristenien n'en em gavent ket krenv awalc'h da herzel betek ar maro. Tiburs, mab Kromas, ha Sebastian a chomas en kêr gant ar pab Kaïus. En em dastum a reent, gant an nebeut kristenien-all, en palez an impalaer, en ti unan eus e vevelien, e hano Gastulus, pa deuas eun traïtour, Torkuat, d'o disklerian. An impalaer a reas da Zebastian dont dirakan. - Tamallet oc'h da vezan kristen, emezan ; ha gwir e vefe ? - Ya, eme ar zant; kredi am eus grêt ha kredi ' ran eo fall daoulinan dirak eur men n'en deus na daoulagad, na diskouarn, hag e c'haller e derri hep ma c'hoarvezfe droug ebet ganac'h. An impalaer, o klevet kemend-all, a lavaras : - Bezan oac'h unan eus ar re a garen ar muian em lez, ha setu ma tizentet ouzin ha ma tôlet dismegans war an doueou ! - Me 'm eus bepred pedet Jezuz-Krist evit ma viro d'ac'h ho yec'hed ha ma viro ho rouantelez, hag adoret am eus bepred an Doue a zo en nenv. Dioklesian, en e gounnar, a reas e lazan a dôliou bir. Irena, pried Gastulus, a deuas en noz da gerc'hat korf ar merzer. Daoust d'e c'houliou da vezan don, ne oa ket maro awalc'h c'hoaz, hag a-bouez bezan louzaouet, e teuas da barean. Kerkent ha ma c'hallas bale, elec'h tec'hel diouz kêr, ec'h eas da gât an impalaer. Dioklesian, ouz e welet, a chômas sebezet : - Petra, emezan, ha n'eo ket c'houi eo Sebastian, am eus laket lazan a dôliou bir ? - Me eo, eme ar merzer; Hon Zalver Jezuz-Krist an eus roët d'in ar vue adarre, ha dont a ran, en e hano, da rebech d'ac'h ar pez a ret en kenver ar gristenien. Dioklesian a roas urz d'e skourjezan betek ar maro ha da stlepel e gorf en eun toull anvoez. Ar pez a oe grêt. Mes Sebastian, en eun hunvre, a roas da anaout d'eun itron gristen, he hano Lusiria, al lec'h ma oa e gorf. Savet e oe ac'hane, ha breman e zo war e ve unan eus seiz iliz kaeran Rom. Sant Sebastian a zo enoret bras en Breiz-Izel, abalamour m'an eus pellaet diouti ar vosen. Chapeliou kaer an eus en Sant-Segal, en Bro-Gerne, en Lok-Maria, en Bro-Leon, en Boulvriak, en Bro-Dreger. E skeuden a gaver, kouls lavaret, en.holl ilizou; e ouel a oa gwechall gouel-berz en meur a eskopti. Lezhanvet eo bet difennour an Iliz. K E N T E L N'haller ket serviji daou vestr N'haller ket serviji daou vestr. Red eo bezan a-du gant Doue pe a-du gant Satan, unan a zaou; n'eus ket da varc'hata ! Awechou, Hon Zalver Jezuz-Krist a c'houlenn ouzomp, evel ouz sant Per : « Ha karet a rez-te ac'hanon ?» Hag e fell d'ezan e tiskouezfemp hon c'harante en e genver, dro oberou, ha n'eo ket hepken dre gomzou. Setu ar pez a 'n em gavas gant sant Sebastian. Heman a oa eun den en karg, eur mignon bras d'an impalaer; bali an enor a oa digor dirakan, alc'houe ar binvidigez a oa etre e zaouarn. Mes Dioklesian a ra brezel da Jezuz-Krist; ha Sébastian, ma eo stag ouz e garg, a gar Doue, dreist pep tra. Ar zakrifis goulennet gant Sebastian, Jezuz-Krist hen goulenn, beb an amzer, gant unan bennak. Eleiz ne grenont ket evit hen ober, tud hag a zo gwad yac'h ha krenv, gwad ar zent, o redek en o gwazied. En o c'hichen, nag a bed a stou dirak mevelien an drouk-spered, hag evit eur mousc'hoarz, eur gomz flour, eur pennad ruban, eur begad enor, a werz o ene. Nag a bed a gav mat mougan o c'honsians Ha bezan digristen evit en em avans ! Tud kez, gwerzan c'haller an divrec'h, n'heller gwech ebet gwerzan an ene; an ene zo da Zoue. Roomp da Zoue ar pez a zo da Zoue, ha da Sezar ar pez a zo da Sezar ! Kentan devez warn-ugenta viz Genver SANTEZ AGNES Gwerc'hez ha merzerez (290-303) Agnes a zo unan eus al lili a ra ar braoan en kurunen an Iliz. He c'herent a oa tud a renk uhel ha kristenien vat. E oa gant he zrizek vla, en oad ma c'halle ar merc'hed dimezi gwechall en Rom. Eun devez, o tizrei eus ar skol gristen, e kavas war he hent Prokop, mab ar prefed Symphronius. Kernent e oe sorc'hennet an den yaouank gant he yaouankiz hag he gened, ma c'hoantaas he c'haout da bried, ha ma kasas d'ezi braoigou evit he gounid. Ar plac'h n'o digemeras ket. Prokop a gasas neuze unan eus e vignoned da ginnig d'ezi tier kaer, leveou bras, eur bern danve. Agnes a lavaras nan. « Tec'h diouzin, kef-tan-ifern zo ac'hanout ! emezi. Karet on gant unan hag a zo e vraoigou mil gwech skedusoc'h evit da re. Gwalen e eured a zo war' ma dorn, hag e ligne, e hano hag e renk a zo kalz kaeroc'h evit da re. Laket an eus e verk war ma zâl, ha birviken n'am bezo hini-all ebet. An Ele a zo en harz e dreid ar stered a vezeven o daoulagad o sellet outan; ar c'houez vat a deu dioutan a ra d'ar re varo sevel eus o beziou; ouz e garet, e choman dinam; ouz e vriata, e chornan glan; ouz e gemer da bried, o choman gwerc'hez.» Mab Symphronius, pa glevas respont ar verc'h yaouank, a chomas klanv war e wele. Dizrei a rejod d'he c'haout. « Nan, emezi, roët am eus ma ger. Ne dalv ket d'ac'h dont ken war ma zro. » Tad an den yaouank a roas eun enklask evit gouzout da biou an evoa Agnes roët he ger. Setu e teuas d'anaout e oa kristenez hag e oa Jezuz-Krist ar pried a gomze dioutan. Ar c'helou-ze a reas da galon ar prefed tridal. Lakat a reas digas dirakan ar plac'h yaouank, ha, dre gaer ha dre heg, e klaskas he flegan. Ne c'honezas netra. O welet e kolle e boan, Symphronius a lavaras : - Mat ! Ma ne fell ket d'it dimezi, e renki mont da dempl Vesta, hag eno e kinnigi sakrifisou d'hon doueou, noz-de, gant ar gwerc'hezed-all ! - Ma n'eo ket bet falvezet ganin mont gant ho mab, spered ha gened d'ezan evel ma 'n eus, penôs e c'hellet-hu kredi ec'h afen da zaoulinan dirak doueou maro ? - Ma ne zentez ket, e vezi tôlet e-mesk plac'hed fall kêr, hag e kolli gante da enor ! - Anat eo, eme Agnes, ne anavezet ket ma Doue, rak ma anavefec'h anezan, ne gomzfec'h ket d'in evel ma ret. N'am eus aon ebet ouzoc'h; ne ginnigin ket a ezans d'an doueou, na ne gollin ket ma enor. Ma c'horf, eun êl eus an nenv a vir d'ezan e c'hlanded. Symphronius, kounnaret ouzhe c'hlevet, a reas he c'has en ti fall m'an evoa lavaret. Raktal, eur sklerijen vras a baras endro d'ar werc'hez; êl an Otrou a ziskennas en he c'hichen. Prokop a c'hoantaas, daoust da ze, tostât outi; kouezan reas d'an douar maro-mik. Ar c'helou eus an darvoud-ze en em vrudas d'ar red. Darn a lavare : - Ar verc'h-ze a zo eur zorserez. - Nan, eme darn-all, dinam eo. Symphronius, dal ma klevas ar c'helou, en em gavas war al lec'h. « Ma n'out ket goest, dre da bedennou, eme-zan, da lakat breman ar vue da zistrei em mab, e vezo anat d'an holl eo bet skoet ganit ha njout nemet eur zorserez villiget. ! » Agnes a bedas gwalc'h he c'halon. El an Otrou a ziskennas adarre en he c'hichen hag a lakas Prokop da zevel eus a varo da veo. Ha heman raktal da lavaret : «N'eus nemet, eun Doue, mestr an nenv, an douar hag ar mor ! Au lempiou n'int netra ; an doueou zo enne ' zo maro ! Doue ar gristenien hepken eo ar gwir Doue ! » Beleien ar baganed, o klevet komzou Prokop, a yeas en kounnar hag ayouc'has : «Dao d'ar zorserez a lak pen-nou an dud da drei var an tu gin ! » Ar prei'ed nec'het o klask gouzout penôs dibunan ar guden, en em dennas, hag a loskas Aspasius, an eil-prei'ed, d'ober 'vel ma karje. Heman a reas c'houezan eun tantad tan ha stlepel ar verc'h ebarz ; evel ne rê an tan droug ebet d'ezi, e reas he lazan a dôliou kleze. Evelse, war diouaskell ar boan, e pignas en nenv, d'he zrizek via, Agnes, ar werc'hez hag ar verzerez. Eiz devez goude, e lavaras d'he zud : « Elec'h gouelan d'in, bezet laouen dre m'am eus breman eun trôn skedus en nenv. Aman on unanet gant an hini a garen war an douar eus holl nerz ma c'halon ! » He merzerenti glorius a zigouezas er bla 303. K E N T E L Ar c'hlanded Ar c'hlanded a zo eul lilien, ne zav nemet en liorzou ar gristenien ! An dud glan eo êle an douar ! Ar pec'hed hudur a lak merk an aneval war an tàl. An hudurnez eo plijadur ar c'horf, ennan e-unan, evel m'eo an ourgouilh plijadur ar spered, ennan e-unan. Plijadur vrein ar spered ha plijadur vrein ar c'horf a ro an dorn, peurliesan, an eil d'eben : Hag an den gante n'eo mui den. Eul loen daou-droadek n'an eo 'ken ! Ne wel mui e zever, dallet eo. Bezomp glan a spered hag izel a galon, hag e welfomp Doue. Ar baganed, gwechall, a rê o Doue eus an hudurnez. En hon amzer, dre ar paperou hag ar skoliou, e karfed digas endro ar relijion bagan. Tadou ha mammou, tôlet evez war ar paperou a goue etre daouarn ho pugale ! Tadou ha mammou, tôlet evez en pesort skoliou lakat ho pugale : ene eur c'hrouadur a zo ken êz da strafilhan ! Diouz ar vistri digristen hag ar sholiou dizoue, Otrou, hon diwallet, ni ho ped ! Eil devez warn-ugent a viz Genver SANT VISANT Avieler ha merzer (***-304) Visant, ganet en Hueska, er Spagn, a oe roët gant e dud da eskob Saragos da zevel. Kenteliet evel ma oe, e teuas da vezan, en berr amzer, eun den eus ar re zesketan. Da daou vla warn-ugent, e oe grêt avieler, hag e eskob hen c'hargas da rei ar gelennadurez kristen d'ar bobl. Evel an Ebestel, Visant a lakas c'houezen e dâl ha gwad e galon da vagan ar fe an evoa hadet en eneou dre e brezegennou. An amzer-ze a oa eun amzer drist evit ar gristenien. Impalaered Rom o devoa touet diskar, betek an divezan, kement penn kristen a oa war an douar. O c'houarn ar Spagn e oa, en o lec'h, eun den, e hano Dasian, pagan goue, gwriet e ene gant kement si fall a c'hall bezan en korf an den. Kentan tra a reas evit dont a benn eus ar gristenien a oe diskar o fastor. Visant hag e eskob a oe eta chadennet ha kaset, war o zroad ha hep tamm, betek Valans. En em gavet eno, e oent tôlet er prizon elec'h o devoa kalz da c'houzanv gant an naon hag ar yenien. Pa zonjas d'ar gouarner e tleent bezan dija hanter-varo gant an dienez, e lakas o digas dirakan. Chom a reas sebezet o welet o nerz hag o yec'hed. - Ma fell d'ac'h, emezan, en em denn beo eus adre ma daouarn, grêt evel ar re-all, kinniget ezans d'hon doueou. An avieler, en hano e eskob hag en e hini, a lavaras : - Satan, an drouk-spered, eo a ra d'ac'h ober brezel d'imp evel ma ret. Hennez eo ho Toue; mes evidomp-ni, n'hen adorfomp ket; ni a chomo, betek ar maro, ar pez m'omp bet betek hen, servijerien ha testou ar gwir Doue, a vev epad an holl gantvejou hag a ro d'imp nerz da zisprijout ho promeseou hag ho kourdrouzou. Dasian a yeas en kounnar o klevet komzou kalonek an den yaouank : - Harluet (1) an eskob, emezan d'e dud, hag astennet egile war eur marc'h koat ha torret e izili outan ! Heuilhet e oe ar gourc'hemen; hag ar merzer ne re van. Diwar ar marc'h koat, Dasian, fuloret, a reas e stlepel war heskennou dir lemm, ' us d'eun tantad tan. Dispennet e oe e gorf gant ivinou houarn, ha tôlet dornadou holen en e c'houliou da greski al leskadurez. Hag ar merzer ne re van. E zaoulagad laouennik holl a oa troet warzu an nenv. - Ne bleg ket c'hoaz, eme Dasian, êt er-mêz anezan e-unan; ober a raio, abred pe zivezat ! Tôlet anezan er prizon enkan, lousan ha dônan zo ! Goloet al leurzi gant podou torret ha gwer bruzunet ! Grêt e oe herve e lavar. Hag ar merzer ne rê van. Mes epad an noz, êle an nenv a ziskennas da gaout o breur war an douar : « Bez laouen, emeze, an hini an eus da gennerzet er stourmad a zo o vlansonan da gurunen. » Bourrevien, chomet drek an nor, a welas eur sklerijen dudius o lintran endro d'ezan en dônder e brizon, hag a deuas d'en em deuler en harz e dreid da c'houlenn o fardon. Anzav a rejont, a vouez uhel, ne oa Doue ebet ne-met hini ar gristenien. Pa glevas Dasian an neventi-ze, e oe dare d'ezan bezan mouget gant ar gasoni a yeas ennan : - Klaskomp eun hent-all, emezan, ha gwelomp ha dre zousder e plegfomp ar penn-fall-ze ! Lakat a reas ar merzer war eur gwele eus ar re wakan, gant medesined war e dro da louzaoui e c'houliou; mes kerkent ha ma oe grêt d'ezan gourvez warnezan, e ene glan a nijas da lein an nenv. Dasian, trec'het ha mezek, a reas teuler korf ar merzer er-mêz eus kêr, d'al loened goue da zibri; mes eur vran a deuas d'e ziifenn, hag aneval ebet n'hallas e zispenn. Pa glevas Dasian ar burzud-all-ze, e kollas e benn hag e reas stlepel ar c'horf don-don er mor bras. Mes Doue hag a dôl evez war holl eskern an dud, a reas d'ar c'horf binniget dont war an ôd, hag ar gristenien hen sebelias gant enor ha doujanz. (1) Harlui, exiler ; harlu, exil. K E N T E L Nerz-kalon, ar verzerien Sebezus eo gwelet nerz-kalon ha pasianted ar zent en kreiz poaniou o merzerenti. Penôs o deus gallet an dud-ze, dister da welet, darn aneze, darn-all en barr o yaouankiz:, merc'hed kalz-all, bugale zoken, meur a hini, a oa trawalc'h d'eze lavaret eur ger hag e oant lôsket da vale, penôs o deus gallet an dud-ze chom hep lezel ar ger-ze da gouezan eus o genou ? Penôs o deus gallet gouzanv ar poaniou skrijus o deus gouzanvet ? Kristenien kantvejou kentan an Iliz a rene eur vue santel, a oa madelezus an eil en kenver egile, a gleve an oferen ken alïes ha bemde, pa c'hallent, hag a gommunie beb oferen a glevent. Kristenien kantvejou kentan an Iliz a oa gwir gristenien, hag eur c'hristen hag a zo eur gwir gristen, n'eus netra, nag en douar, nag en ifern, goest d'e zispartian diouz e Zoue. Ar garante a zo trec'h d'ar maro. En hon amzer, an Iliz a zo gwasket, ken gwasket pe gwasketoc'h evit en he zri-c'hant vla kenlan Evit bezan barrek da vale war hent an enor hag ar zantelez, ar gristenien o deus ezom da zibri alïes ar bara diskennet eus an nenv hag a grenvae o breudeur henan. C'hoant Leon XIII oa gwelet ar gristenien o kommunian bep sul; c'hoant Pi X eo o gwelet o kommunian bemde. Dre ar gommunion, ar c'hristen a lak karanteziou ha c'hoantegeziou Jezuz-Krist da vezan e re. Dre ar gommunion. ar c'hristen a deu da vezan eun eil Krist. N'hall netra ober droug d'ezan, rak ar garante a zo trec'h d'ar maro. Trede devez warn-ugent a viz Genver Dimezi ar Werc'hez En bro ar Galile, en kêrig Nazareth, breman zo 1900 vla, e veve eur verc'h yaouank, eur benherez, he hano Mari. P'en em gavas en oad da zimezi, da lavaret eo, war-dro he femzek vla, eun den yaouank eus he anaoudegez, e hano Jozef, he c'hemeras da bried. Kaerat eured, an hini a unanas an daou zen-ze ! Gwad rouaned koz ar vro a rede en o gwazied; ar gened a lintre war o zâl hag ar zantelez a vleunie en o c'halon. Ma ne oa ket an danve etre o daouarn, n'heller ket lavaret, kennebeut, e vije an dienez en o zi, rak labourât a rent o-daou, ha diouz c'houezen o zâl e c'honezent brao bras peadra da vevan. Eun devez, arc'hêl an Otrou a ziskennas eus lein an nenv da zigemenn da Vari e oa bet dibabet evit bezan mamm da Zalver ar bed, an hini a oa gortozet abaoue baradoz an douar. Ar wreg yaouank hag he devoa grêt al le, ar promese, hi hag he fried, da viret kurunen ar werc'hded en skeud ar briedelez, a gilas. Raktal, an êl a roas d'ezi da anaout e kemerje Doue eur berad eus he gwad da groui gantan e Vab, evel m'an evoa gwechall kemeret eun tamm pri da groui gantan an den kentan, hag e vije, war an dro, Mamm ha Gwerc'hez. Mari a asantas. Et Verbum caro faclum, est, et habitavit in nobis (1) Ha Mab Doue en em c'hrêt den a zo deut da chom en hon zouez. Jezuz-Krist eta, evel den, n'en deus tad ebet hag e vamm eo Mari; evel Doue, n'en deus mamm ebet hag e dad eo Doue; evel den-Doue, Doue eo e dad ha Mari e vamm. Dimezi ar Werc'hez a oa eun dra laket gant an Holl-C'halloudeg d'en em gaout : Da gentan : — evit ma ne gouezje ket an dismegans, en doare ebet, na war ar mab na war ar vamm; D'an eil : evit ma vije sant Jozef skoazeller ha mirer an Itron-Varia ha tad mager ar mabig Jezuz; D'an trede : — evit ma vije anavezet gant an holl e tiskenne ar Zalver, dre e gerent, eus ligne ar roue David, evel m'oa bet embannet, seiz kant vla arôk, gant Isaias, pa skrive, ouz sklerijen ar Spered-Glan : « Eur skourr a zavo war wrizienn Jesse (tad David), hag eur vleunien a deuio da zigeri warnezan. » — « An holl boblou a welo (mab bihan Jesse) hag en em erbedo outan, hag eur mor a c'hloar a strinko eus e ve. (2) » D'ar pevare : — evit ma vije familh Nazareth skouer an holl familhou kristen. (1) Sant Yan, Ia pennad, 14et koublad. (2) Isaias XIet pennad, 7 ha 10et koublad. K E N T E L Ar Briedelez Ar briedelez a zo un an eus sakramanchou Hon Zalver Jezuz-Krist, ha sant Pol a lavar d'imp eo eun dra vras ha santel hag eur skeuden eus al liamm a zo etre Jezuz-Krist hag e Iliz. « Evel ma 'z eo Jezuz-Krist penn an Iliz, ha ma tle Ile an Iliz senti outan, evelse an ozac'h eo penn ar wreg, hag ar wreg a dle senti outan. Hag evel ma karas Jezuz-Krist an Iliz betek rei e vue eviti, evelse an ozac'h a dle karet e wreg ha rei e vue eviti. (3). » C'houi eta, ezec'h, a vezo pep-hini ac'hanoc'h eun eil Jezuz-Krist. Etre ho taouarn e vezo an nerz; c'houi a c'hourc'hemenno, c'houi a vezo ar penn, c'houi a reno, mes c'houi, dreist-oll, a garo Jezuz-Krist a garas kement e Iliz ma varvas eviti. C'houi a garo ho priejou evel ma karas Jezuz-Krist e Iliz. C'houi a garo aneze en eurvat, c'houi a garo aneze, dreist-oll, pa vezint en dristidigez, hag a lodenno neuze o foaniou gante : Poan lodennet, Poan dibennet. C'houi a c'houzanvo o defôjou hag e c'houzanvfont ho re; c'houi a garo ho priejou en Doue ha herve Doue. Ha c'houi, gwrage, a zento ouz ho priejou, evel ma sent an Iliz ouz Jezuz-Krist. An Iliz, en de a hirie, a glasker he dispartian diouz he fried muian-karet; mes daoust d'ar gourdrouzou a rêr d'ezi bemde, daoust d'an tôliou a skoer ganti, elec'h dizenti ouz Jezuz-Krist, e c'houzanv al laeronsi, an dienez, pep tra. Tôlet eo er baourente, mes hec'h enor a chom ganti. Eur skouer gaer evidoc'h, gwrage; c'houi ive a zento ouz ho priejou, hag eus daou ma oac'h, ne refet nemet unan, ha malloz d'an' neb a glasko dispartian ar pez an eus unanet an Otrou Doue. En em garet, priejou, hag evit en em garet ervat, karet Doue da gentan. An hini ne gar ket Doue, ne gar ket e nesan. Ar galon ha n'eman ket Doue enni er renk a enor a zo eur galon skornet. Karet Doue da gentan. Hen eo an hini a lak, pe a chom hep lakat ar gurunen a dad hag a vamm war benn ar priejou; hen a roio nerz d'ho sempladurez, pareanz d'ho kalonou gouliet. Karet Doue da gentan, ha neuze : Ne vo ket, de war-lerc'h hoc'h eured, Bue fall ganac'h, mignoned. Nag antronoz, na goude, pell, Na gwech ebet, betek mervel ! (3) Isaias XIet pennad, 10et koublad. Pevare devez warn-ugent devez a viz Genver SANT TIMOTHE Eskob ha merzer (***-97) Timothe a oa ganet en Lystr, eun nebeut blaveziou arôk maro Hon Zalver. E dad a oa pagan, mes e vamm, Eunika, hag e vamm-goz, Loïda, a heuilhe relijion ar Judevien hag a zavas ar bugel en doujanz Doue. Kerkent ha ma teuas da Lystr kentan prezegerien ar fe da embann relijion Jezuz-Krist, Timothe a deuas da anaout e oa gante ar wirione hag a c'houlennas ar vadeziant. Eun nebeut goude, Pol, doktor ar baganed, hag a oa et betek ennan ar vrud eus fe Timothe, hen c'hemeras en eur dremen, daoust d'e yaouankiz, da zont da rei an dorn d'ezan da asten dre ar bed rouantelez Jezuz-Krist. Redek a reas evelse, epad dek vla, kement beg douar ha kement enezen a zo war hent Jeruzalem da Rom. Erfin, an abostol bras, hel lakas da eskob en kêr Ephes. Deut zo betek d'imp daou lizer skrivet gantan di, «d'e vab muian-karet, » evel m'hen galve. Er c'hentan, grêt en Laodikea, e ro da anaout da Dimothe ar fals-kredennou an evoa ezom da zispenn etouez ar bobl, ha piou eo ar re a c'hall da lezel da vont en urziou sakr. Arôk achui, e c'hourc'hemen d'ezan teuler evez, gant aon d'ober droug d'e yec'hed dre e binijennou re rust pe e labouriou re vras, ha kemer eur banne gwin, beb an amzer, d'e brejou, abalamour d'ezan da grenvât. En eil lizer, skrivet en Rom, er bla 66, Pol a ro da anaout d'e vignon mat eman er prizon evit an eil gwech, hag evel ma kred e tosta d'e verzerenti, e ped anezan da zont d'e welet eur wech c'hoaz : « Deus kentan ma c'helli, emezan, arôk ar goanv, ha digas ganit, en eur zont, ar vantel am eus lezet en Troa, en ti Garpus, hag al levriou ; ha dreist-oll, ar skridou war barchimin a zo eno ive. » Komz hag a ziskoue an dienez a bep tra en em gave en ni an abostol chadennet, hag ar garante dener a oa en e galon evit e « vab dre ar fe. » Dibennet e oe en mezeven war-lerc'h. Kerse e oe gant Timothe koll anezan. Koulskoude, elec'h fallgaloni, e kendalc'has da ren c'hoaz e iliz, epad ugent vla, ha d'ober diouti unan eus ar re vrudetan, etouez ar re a oe savet er c'hantved kentan. De ouel Diana, doueez vras Ephes, e klaskas miret ouz ar baganed d'ober o zotoniou kement hag a rent. E gomzou madelezus, elec'h gonit o c'halonou, a lakas ar gwad da zevel d'o fenn, hag o vezan sailhet warnezan hen skojont a dôliou mein. Ar gristenien a zougas ar merzer war eur mené 'us da gêr. Eno e tremenas etre o diwrec'h, d'an 22 a viz genver 97. K E N T E L Ar beleg er barouz Doue an eus c'hoant e vefe salvet an holl dud, hag evel m'int bet kollet gant eun den, e fell d'ezan e vefent salvet gant eun den : an Otrou Jezuz-Krist, diskennet war an douar evit hon zilvidigez : Propter nos homines et propter nostram salulem. Jezuz-Krist a zo pignet adarre en nenv, ha breman, re-all a dalc'h gant e labour. N'eo ket da rouaned, na da zoktored an douar, eo an eus Mab Doue lavaret : « Et, kelennet an holl boblou, ha badezet aneze, en bano an Tad, ar Mab hag ar Spered-Glan ! » mes da zaouzek den a renk izel, eus ar Galile, ha d'ar re a zo, dre wir, o terc'hel o flas abaoue, da lavaret eo, ar veleien hag an eskibien a zo a-unan gant ar pab. Ar beleg en eur barouz eo eta an den ' zo digaset gant Doue da ren an dud etrezek ar baradoz. Ar beleg zo da Zoue, ba d'e barousianiz goude Doue; en o zouez eman, e di eo o zi, o bara eo e vara, o bue eo e vue, o levenez eo e levenez, o dienez eo e zienez, o glac'har eo e c'hlac'har, o foan eo e boan. Ar beleg eo Jezuz-Krist kuzet dindan skeud eun den. Pa zaluder eur beleg, Jezuz-Krist eo a zaluder. Pempvet devez warn-ugent a viz Genver Sant Pol gonezet d'ar fe Konversion sant Pol a zo unan eus kaeran miraklou an Otrou Doue, hag awalc'h 'zo anezan da ziskouez gwirione ar relijion gristen. Pol, pe gentoc'h Saul, rak an hano Pol ne deuas da vezan e bini nemet eur pennad goude m'oa en em laket da brezeg ar fe, Saul an evoa tri bla ha tregont bennak, pa varvas Hon Zalver war Mene Kalvar. Ganet 'oa en Tars, er Silisi, mes abaoue meur a vlavez e oa en Jeruzalem o heul ar skoliou bras a oa eno, ha, hep mar ebet, an evoa klevet komz eus Jezuz Nazareth. Marteze, zoken, en devoa e welet, d'ar Zul-Bleuniou, o tont en kêr, douget war garante eur bobl a-bez, en kreiz an enoriou hag ar meuleudiou. Marteze an evoa e welet ive, pemp devez goude-ze, o vont eus kêr warzu Mene Kalvar, eur zamm malloziou war e gein. Mes ken troet oa e benn gant kenteliou Doktored Jeruzalem, ma ne oa ket evit anaout an den-ze evit bezan Salver ar bed. Pa grogas e ziskibien, goude m'oa marvet war ar groaz, da embann e oa savet eus a varo da vev, hag e renked kredi ha heul e gelennadurez, en em lakas d'o gwaskan muian m'halle. Hen eo an hini a zigasas dirak al lezvarniou kement kristen a gave war e hent. Doue eta a oa red d'ezan ober eur burzud kaer evit lakat an enebour touet da Jezuz ma oa Saul, da vezan an abostol bras m'eo bet sant Pol. I Er-mêz eus kêr Jeruzalem, war hent traouien Sedron, eun toullad soudarded a gerz, eur bobl tud ouz o heul. Eun den yaouank a zo en o zouez, dremm eun êl d'ezan, hag a wal-gasont koulskoude; hennez eo Stephan, a vezo ar c'hentan merzer. An holl droug an eus grêt eo kredi en Jezuz Nazareth, hag abalamour d'an dra-ze eo barnet d'ar maro. En emgavet en kichen ar reier, arôk an diskenn vras, ar zoudarded a chom a-zav. An den yaouank a zo grêt d'ezan mont ouz ar c'hleun. Gouzout a ra petra'zo ouz hen gortoz, ha kentan tra a ra eo kouezan d'an daoulin warzu e vourrevien, e zaoulagad o paran en nenv'; hag eus goueled e galon e strink war e ziweuz ar gomz-man : « Otrou, ne damallet ket ar pec'hed-man d'eze » ! Kerkent eo diskaret d'an douar, e benn flastret outan a dôliou mein. Mervel a ra, evel ma varvo hiviziken holl verzerien ar relijion neve, eur mousc'hoarz war e ziweuz hag eur berad eus dudi ar baradoz o lintran en e zaoulagad. Saul, a-du gant ar vourrevien, a oa eno o terc'hel o dilhad. Ar gwel eus ar verzerenti a lakas en e ene eur mor a strafllh. II Eun nebeut goude, war hent-bras Damas, eun toulladik tud war varc'h a gerz d'ar red. En o fenn, Saul, an hini a oa o sellet merzerian an avieler Stephan. En Jeruzalem eo grêt ar rins war ar gristenien : daou vil a zo laket d'ar maro, hag ar re-all o deus kemeret an tec'h; eleiz a zo en em dennet en Damas, ha Pol a ya di d'o c'hlask, rak urz an eus bet d'o digas chadennet da Jeruzalem. En Damas, kennebeut, ne chomo ket eur c'hristen hepdale. Ha setu, pa oa e varc'h o vont da lakat e droad war dreujou kêr, eo diskaret gant eun tarz sklerijen, hag eur vouez, kerkent, a lavar d'ezan : - Saul, Saul, perak e rez-te brezel d'in evelse ? Hag e respontas : - Piou oc'h-hu, ôtrou ? - Me, eme ar vouez, eo Jezuz, an hini a rez brezel d'ezan. Ha Saul, o krenan gant ar spont, a c'houlenn : - Otrou, petra fell d'ac'h a rafen ? An Otrou a lavaras : - Sav, kerz en kêr; eno e vezo lavaret d'it petra teus d'ober. Epad an amzer-ze, e vignoned a chom a-zav, mantret ha sebezet. Klevet o devoa ar vouez, mes n'o devoa gwelet den. Saul a zav diouz an douar, a zigor e zaoulagad ha ne wel berad. Red eo e gas da Zamas, 'n heli an dorn. Tri devez e chom dall, hep gallout na dibri nag evan. En deiou war-lerc'h, Saul a oe kelennet gant an diskib Ananias ha badezet; ar bleiz a oa troet en oan. N'heller ket hen nac'h, dorn Doue a zo aze ! Stephan an evoa pedet evit Saul, ha Doue an evoa kemeret true outan. K E N T E L Saul, Saul, perak e rez-te brezel d'in ? Ar gomz-ze a ziskoue penôs an dud fall a ra brezel d'ar relijion a ra brezel da Jezuz-Krist e-unan, ha Jezuz-Krist a glev o c'homzou, a leun o skridou hag a wel o oberou; ha ma tec'hont breman diouz e Galon-Zakr, eun de a deuio, ne dec'hfont ket diouz e vrec'h a skoo aneze didrue. Rak arabad d'eze fazian : Deus non irridetur, Doue zo eun Otrou ha ne rer ket a wap anezan. Mes ive an dud vat a zifenn ar relijion a zifenn Jezuz-Krist e-unan, ha Jezuz-Krist, a wel ar pez a roont d'ezan, eus o amzer, eus o danve, eusop spered, eus o c'halon, eus o bue, ha, da ze ar varn, o devo kanl evit unan. C'houec'hvet devez warnu-ugent a viz Genver SANT POLYKARP Eskob ha merzer (***-155) Polykarp a oa kentan eskob ar zav-heol, en e amzer. Anavezet an evoa darn eus an Ebestel; kelennet e oa bet gant sant Yan, ha laket gantan en penn iliz Smyrn. Dont a reas da Rom da welet ar pab Aniset, d'en em glevet gantan diwar-benn an de ma tlee ar gristenien ober gouel Fask. Arôk kuitât kêr-benn ar gristenien, e c'honezas d'ar gwir fe meur a hini hag a oa bet laket gevier en o sperejou diwar-benn ar Gredo, gant an daou heretik Valantin ha Marsion. Ma oa madelezus en kenver an dudigou gwall-droet, e oa kalet en kenver ar re o lake da drei Ml. Ne glaske da-rempred ebet gante, hag en doare-ze ne rê nemet bezan henvel ouz e vestr, sant Yan, a oa eun devez o 'n em wal-c'hi en eun ti, gant eun netaeut kristenien,- pa deuas da c'houzout e oa eno ive an heretik Gherinth : « Deomp prim ac'han neuze, bugaligou, eme ar zant, rak aon am eus n& vefemp sebeliet en ti-man gant Gherinth, enebour ar wirione. » Eun nebeut goude ma oa dizroet Polykarp d'ar gêr eus a Rom, e savas klask war-lerc'h kristenien kêr Smyrn ha war-lerc'h o eskob da gentan. Polykarp a dec'has da guz war ar mêz; mes diskuilhet e oe gant unan eus e zervijerien, ha de Gwener ar Groaz, diouz an noz, e kouezas etre daouarn ar zoudarded. Grêt e oe d'ezan pignal war eun azen, hag e kemerjont hent kêr. Goulou-de ar Zadorn-Fask a oa o tarzan, ha ne oant ket pell ken diouz Smyrn, pa zigouezas gante Herod, eun ofiser eus ti ar gouarner, deut d'o diarbenn en eur c'harr kaer. Grêt e oe d'an eskob pignal ebarz. - Peseurt droug, eme Herod da Bolykarp, a zo o toui da lavaret eo Doue Sezar ? Hag o kinnig ezanz d'ezan? Ma, awalc'h vo d'ac'h ober an dra-ze, evit ma vefet lôsket da vale. - Nan ! eme Bolykarp, ne rin ket biken ar pez a lavaret d'in aze ! Herod, o klevet ar respont-se, a yeas kement a zroug ennan, ma tarc'haas eun tol dorn gant an eskob santel a gouezas a hed e gorf d'an douar. Sevel a reas kerkent, ha nerz awalc'h an evoe d'ober ar rest eus an hent war e droad. Dal m'en em gavas ar prizonier en Smyrn, e oe kaset d'an teâtr, elec'h ma oa ar gouarner hag ar bobl o sellet ouz gourennadegou loened goue. - Ha ! te eo Polykarp ? eme ar gouarner. - Ya ! eme ar merzer. - Kemer true ouz da vleo gwenn; gra al le; tol da valloz war ar C'hrist, hag ez out digabestr. - C'houec'h vla ha pevar-ugent a zo, eme an eskob koz, ma servijan Jezuz-Krist, ha n'an eus ket paouezet da skuilh e vadoberou warnon abaoue. Penôs e c'halfen-me milligan ma Zalver ha ma Roue ? - Gouzout a rez e c'hallan, gant eur ger, lakat al loened da zrailhan ac'hanout ! - Ya ! Gouzout a ran ive eo ar boan skeul an nenv. - Ma ! ma ne teus ket aon rak al loenèd, me az têvo en beo ! - Petra eo ar flammou a zo en ho kalloud, a bad eun heur, en kichen ar re miret gant an Otrou Doue d'an dud fall, flammou ha ne varvfont biken ! Ar gouarner a c'hourc'hemennas d'an embanner hopal ter gwech : « Polykarp an eus anzavet'e oa kristen ! » Kerkent, ar baganed hag ar judevien a oa eno en em lakas da youc'hal : « D'ar maro, tad ar gristenien ! D'ar maro, enebour an doueou ! » Hag evel ma oa tremenet amzer ar gourennadegou loened, ar bobl a lavaras : « Polikarp d'an tan ! Ra vezo dêvet en beo ! » Eur bern keuneud kerc'het, feusken gant heman, feusken gant hen-hont, a zo savet kerkent war al leur-c'hoari. Polykarp, e keit-ze, a ziwisk e zilhad war lein hag e c'houriz. Klask a ra tennan e votou, eun dra ha ne lez ket ar gristenien anezan d'ober e-unan, abalamour d'eze da bokat d'e dreid binniget. Klasket e oe tremen e zaouarn er c'hreier houarn evit o stagan maro. « N'eo ket ar boan, eme ar merzer; Doue, pa ro nerz awalc'h d'in da c'houzanv bezan dêvet en beo, a ouezo ive, brao, miret ouzin da dec'hel diwar ar glaou. » Ne oe grêt eta nemet liamman eun tammik e zaouarn drek e gein, hag e gorf ouz peul kreiz an tantad. Epad ma rê an tan e labour, eur c'houez dudius a strinkas en êr. Ar verzerenti-man a zigouezas er bla 155 goude donedigez Hon Zalver. K E N T E L Ar Vignoniach Ar Skritur-Zakr a lavar d'imp : « Et gant ar zenl. hag e vefet sent; et gant an dud fall, hag e teufet da vezan ken fall hag i. Cum sancto, sanctus eris ; cum perverso, perversus eris. » Sant Polykarp a oe diskib sant Yan, hag o tarempredi an hini a oa bet e-unan brasan mignon Hon Zalver Jezuz-Krist, n'halle nemet dont da vezan eur zant evellan. Kalon an den a zo red d'ezi karet ha bezan karet; arabad eo d'imp, koulskoude, kemer da vignon ar c'hentan a gavfomp war hent ar vue. Goude m'hon defe dek mignon mat, unan fall a zo trawalc'h evit bon c'holl, abalamour m'omp troetoc'h war an droug eget war ar vad. Greomp eta eun dibab piz eus non mignoned. Dibabomp aneze gant daoulagad hon ene, kentoc'h evit gant daoulagad hon c'horf Dont a rêr, a nebeudou, da gemer doareou sonjal, doareou komz hag ober ar re ma vever gante; ma sonjont mat, ma komzont mat, ma vevont mat, gwell a-ze; ma sonjont fall, ma komzont fall, ma vevont fall, gwaz a-ze. Hep gouzout doare d'imp, e teufomp, gant an amzer, da vezan henvel oute. N'eo ket mat kaout eleiz a vignoned; nebeut ha mat a zo kalz gwell. Bevomp gant ar zent hag e vefomp sent hon unan. Cum sancto, sanctus eris ! Seizvet devez warn-ugent a viz Genver Sant Yan Krysostom Eskob ha Doktor eus an Iliz (347-407) Krysostom ac'hanas en Antioch, war-dro ar bla 317, a dud a renk uhel hag a gristenien vat. Bihanik oa c'hoaz pa varvas e dad; mes e vamm, daoust ma n'he devoa nemet ugent vla pa chomas intanvez, ne addimezas ket, hag a lakas hec'h aked hag he danve da skola ervat he c'hrouadur. Sonj Yan oa mont da advokad ha gonit e lod eus gloar ar bed. Mes epad ma oa oc'h ober e studi, e reas anaoudegez gant eur pôtr eus e oad hag eus e renk, eur spered kaer a zen hag eur c'hristen birvidik, e hano Bazil. Ar vignoniach a zavas etre an daou zen yaouank-man a roas d'an Iliz unan eus he brudetan bugale, rak Yan a oe gonezet, tamm ha tamm, gant e vignon. Da dri bla warn-ugent e oe badezet, da nao bla ha tregont, beleget; da hanter-kant vla, kristenien Konstantinopl hen c'hemeras, dre laer, digant kristenien Antioch, d'ober o arc'heskob anezan. Konstantinopl oa kêr-benn ar sav-heol en amzer-ze. An impalaer Arkadius hag e bried, an impalaerez Eudoxia, a oa war an trôn. Dal m'en em gavas Yan etouez e bobl neve, e karas anezan eus e holl galon, hag e oe karet gantan evel eun tad. Eun tad a oa, en gwirione, evit an holl. Didrue oa evitan e-unan. Dalc'h-mat e veze gant ar boan-benn hag alïes gant an derzien; koulskoude, ne gouske nemet ter pe beder heur bep noz; ne zebre nemet eur pred bemde, d'abarde; diskuiz ebet ne gemere, nemet eur gwalc'h d'e gorf, beb an amzer, pe eur bale, en eur gomz gant eur mignon bennak. War-dro e di ne zispigne nemet nebeutan m'halle; an arrebeuri ennan a oa eus ar re disteran; eun dôlen hepken, hini sant Pol, a gare kalz, a oa 'us d'e dôl-labour. Seul-vui oa kalet outan e-unan, ha seul-vui e oa mat ouz e bobl rei a rê bara d'ar re o devoa naon, dilhad d'ar re a oa paour, kalon d'ar re a oa enkrezet. Ar brizonierien a lake etre e zaouarn paperou o frosez hag a gemere anezan da advokad; an dremenidi a skoe war e zor da c'houlenn lojeïz; an dud gwasket gant dle a yee d'e gaout; e yalc'h, goullonteret bemde gant an aluzen, a veze leuniet bemde gant karante an dud vat. En Konstantinopl, e oa d'ar mare-ze 50.000 den reuzeudik, hep ti nag ôz. An arc'heskob a lakas sevel evite muian ma c'hallas a hospitaliou. Intanvezed santel a roë an dorn d'ezan evit e oberou a drugare. Lakat a reas en o fenn Olympiada, a vije lavaret diouti : « An impalaerez Eudoxia,a deu betek d'ezi meuleudiou ar bed holl; mes an intanvez Olympiada a glev klemmou ha bennoziou ar bed holl. » Preder a gemere da lakat e veleien da gelenn o farousianiz, kenkoulz dre o oberou evel dre o c'homzou. E-unan e prezege d'e bobl, alïesoc'h evit bep sun, awechoù bemde, ha pa bigne er gador, an dud a veze a verniou en iliz. E galon a oa eun eienen a gomzou aour a strinke eus e c'henou, hag a eve gant dudi ar re a veze ouz e selaou. En e di, ne oa ket troet da gomz kalz, koulskoude; mes p'en em gave dirak e bobl, n'en devoa nemet digeri e c'henou evit bezan an den ar muian helavar a c'halljed da glevet. HerveBossuet, n'eus ket bet. zoken, en Iliz, prezeger ebet biskoaz kouls hag hen; abalamour da ze, oa lezhanvet gant Konstantinopliz Krysostom, da lavaret eo, Genou-aour. Bep gwech ma veze ezom, ar wirione a ziskenne eus e gador, da skei war an dizurz; gwaz a ze d'an hini a vije glazet ganti. An impalaerez Eudoxia, hag a oa eur plac'h kalz re droet da zastum madou, he devoa kemeret tra he nesan enep pep gwir. Krysostom he gourdrouzas. Ar brinsez, kounnaret, a lakas e harlui. Mes Konstantinopliz en em zavas da zifenn o arc'heskob, hag an impalerez, o welet pegen fall e troe an treo, a skrivas eur ger d'ober d'ezan dizrei. Pa oe gwelet o tiskenn eus al lestr an evoa e gaset da bell-bro, pobl Konstantinopl a-bez, kristenien, paganed, judevien hag all, diredet d'ar porz-mor d'e ziarben, a ouelas gant ar joa, a zaoulinas da bokat da veven e vantel, d'an trêz e oa warnan roudou e dreid, hag hen dougas etre o divrec'h ha war o c'halonou betek kador-brezeg e iliz-veur, elec'h ma oad en zonj da gât digantan eur gomz bennak. Ar peuc'h ne badas ket pell. Eur skeuden arc'hant en enor da Eudoxia a oe savet war al leur-gêr, dirak an iliz, gant goueliou leun a zismegans, da goulz an oflsou. Ar zant, heb aon rak ar pez a c'halle digouezout gantan, a bignas er gador da gomz en eneb. An impalaerez, raktal, a reas da Arkadius, he fried, harlui an arc'heskob evit an eil gwech, pellan ma c'halljed diouz ar rouantelez. Heman a dec'has e-kuz diouz kêr, gant aon da zichadenaan kounnar ar bobl. Mervel a reas war hent an harlu, d'ar 14 a viz gwengolo 407. E c'her divezan a oe : « Ra vezo meulet Doue en pep tra ! » D'ar 27 a viz genver 438, e oe douget e relegou da Gonstantinopl. Breman e virer aneze en iliz Sant-Per, en Rom, war an ôter a zoug e hano. K E N T E L Ra vezo meutet Doue en pep tra ! O tizrei eus an harlu, Krysostom a roë d'e bobl ar gelennadurez kaer-man, a c'hallomp hon unan tennan hon rnad diouti : « Petra lavarin d'ac'h ? emezan. Peseurt geriou a c'hallan lakat da gouezan eus ma genou ? "Ra vezo binniget an Otrou, eus an eil kantved d'egile" ! » Ar gomz-ze a lavaris o kimiadi diouzoc'h, ar gomz-ze a lavaran p'en em gavan adarre en ho touez, d'ar mare ma sonjen an nebeutan. Ar gomz-ze, n'am eus ket paouezet da lavaret anezi war hent an harlu : "Ra vezo binniget an Otrou, eus an eil kantved d'egile" ! » Ar gomz-ze am oa lezet ganac'h, evel eul louzou da lakat war ho kalonou gouliet, hag he digas a ran d'ac'h adarre, evel eur c'hân a drugare. » Dishenvel eo au doareou m'en em gavomp enne; henvel eo ar c'hân a strink eus bon c'halonou. Binnigan ren Doue en harlu; dizroet d'ar gêr, hen binnigan adarre. » Ra vezo binniget an Doue an eus kavet mat e vijen tôlet pell diouzoc'h ! Ra vezo binniget an Doue an eus kompezet an hent d'in da zizrei davedoc'h ! » Ra vezo binniget an Doue an eus dichadennet an avel-stourm ! Ra vezo binniget an Doue an eus grêt d'an avel-ze kouezan ! » Oh ! ma c'halljen deski ac'hanoc'h da lavaret bennoz da Zoue en peb amzer ! » Binniget anezan en ho poaniou, evit m'o berrao. Binniget anezan en hoc'h eurvat, evit ma pado ! » Eizvet devez warn-ugent a viz Genver SANT JULIAN Kentan Eskob ar Mans ( *** - 117) Julian a oa ginidik eus a Rom hag a oe digaset, en blaveziou divezan ar c'hantved kentan, da brezek ar fe en kêr ar Mans ha war ar mêziou tro-war-dro. An enor an evoe da vezan kentan eskob ar c'horn-douar-ze. Bro-C'hall, pa deuas enni, a oa dindan galloud impalaered Rom; mes n'eo ket anat o deve an otroned a c'houarne en o hano ar Mans, klasket miret ouz Julian da embann endro d'ezan relijion Jezuz-Krist. Muioc'h a boan an evoe o tont a benn eus an drouized, beleien goz ar C'hallaoued, o devoa deskadurez war gant ha kant tra, karante evit ar vro, stourmet m'o devoa eviti da viret ouz impalaered Rom d'he c'habestran, hag a oa gwell arru mat gant ar bobl abalamour da ze. Ober a rent o lidou pagan en dônder ar c'hoajou bras, en kreiz eur mor a dud. Daou dra, koulskoude, a lakas diskibien au drouized da welet gwirione ar relijion neve : karante ar gristenien an eil evit egile, hag ar burzudou kaer a rê Doue war bedennou an eskob santel; rak Julian a roë ar yec'hed d'ar re glanv, ar gweled d'ar re dall hag ar vue, zoken, d'ar re varo. Eun devez, e tigouezas gantan eun niver bras a baganed a oa o kas d'ar be korf eur pôtr yaouank, e hano Jovinian, brudet en o zouez. Ar zant a gomzas ouz tad an den maro hag ouz ar re a oa ouz e heul hag a lakas aneze da brometi d'ezan en em rajent kristenien, ma tiskouezje dirake gwirione e relijion, o lakat an hini a ouelent d'ezan da zevel eus a varo da veo. Hag hen d'an daoulin hag ober eur beden kalonek. Kerkent, Jovinian a zavas en e zav : - Bras eo, emezan, an Doue a embann Julian. Ni a adore an drouk-sperejou; me 'm eus o gwelet en ifern, elec'h ma c'houzanvont poaniou hag a bado da viken. Ar mirakl-ze a zigoras o daoulagad da eleiz a baganed hag a reas d'eze goulenn ar vadeziant. An eskob santel, goude bezan labouret daou-ugent vla bennak da gristenan e eskopti, a varvas eun hanter-devez bale diouz ar Mans. Digaset e oe gant lid e relegou da vered kêr, ha breman c'hoaz, en iliz-veur a zoug e hano, e virer darn aneze, gant kalz a en or. Ar Vretoned, en amzer goz, o devoa eun devosion vras da zant Julian. Hirie, e rêr ive gouel sant Abibon, e wir hano Diboan, enoret en eskopti Kemper hag en Plevin, eskopti Sant-Brieg. Pedet eo 'vit eneou ar purkator ha 'vit ar glanvourien, war o zremenvan, da gaout d'eze ar c'hras da vont tu pe du, gras ar pare pe eur maro mat. K E N T E L Pelec'h en em gav ar santelez ? Eleiz a dud a gred eo red, evit bezan sant, ren eur vue dreist natur, dishenvel a-grenn diouz bue an dud-all, tremen an de war e hed o paterât, an noz o kousket war an douar kalet, bevan diwar bara ha dour ha kastizan ar c'horf hep paouez. Fazian a reont. Evit bezan sant, awalc'h eo da bep-hini, en e stad a vue, ober evit ar gwellan ar pez a zo d'ober bemde, o lakat da dalvezout, evit ze, skianchou ar c'horf, vertuziou an ene ha grasou an Otrou Doue. Doue ne zell ket kement ouz ar pez a reomp, ha ma ra ouz an doare a gemeromp d'hen ober. E zaoulagad binniget a bar hep distag war bep-hini ac'hanomp; an disteran tra a reomp, hen her gwel, ha mar hen greomp dre garante evitan, e teu dustu da vezan bras dirakan. Oc'h ober mat an traouigou a reomp bemde, eo e vlansonomp hon c'hurunen er baradoz. O lavaret mat hon fedennou, mintin ha noz, o senti ouz ar re o deus galloud warnomp, o labourat abalamour e fell gant Doue hen grafemp, eo e teuomp da vezan sent. An traouigou a rêr bemde, grêt mat hag abalamour da Zoue, setu aze bali an nenv. Doue eo hon laka da vevan pep-hini en e stad. Pep-hini, en hon stad, e tleomp hag e c'hallomp en em zantelât. N'eo net ar stad eo a ra ar zantelez, Ar stumm da 'n em denn enni an hini eo ! Navet devez warn-ugent a viz Genver Sant Fransez a Zal Eskob Jener ha Doktor eus an Iliz (1567-1622) Ar zant bras hag hegarat-man a deuas er bed en maner ar Zal, d'an 21 a viz est 1567. E vamm vat hen gwestlas da Zoue arôk e c'hinivelez. Da eiz vla, e oe kaset d'ar skol; da zek vla, e reas e bask kentan, hag adalek neuze, e savas c'hoant gantan da vont da veleg. Da unnek vla, ec'h eas da Bariz, ha c'houec'h vla e chomas eno da labourat war e studi. Ar gwall gustumanchou eo techet d'eze ar bôtred yaouank a renk tremen o c'haeran blaveziou en kreiz trouz ar c'hêriou bras, hag a ra oute kement a c'haou, n'o devoe ket a grog warnezan. « An Otrou Jezuz-Krist, emezan, a ra skol d'in war skiant ar zent, ha mont a ran d'e gaout aliesan ma c'hellan, rak ne dalvezfe d'in netra bezan eun den gouiziek, hep bezan eun den santel. » An drouk-spered a glaskas trabas outan, o rei d'ezan da gredi n'helle ket bezan salvet. Fransez a 'n em droas trezek ar Werc'hez, ha dirak he skeuden (1) e reas le da viret e werc'hded. En doare-ze e trec'has e enebour. Eus Pariz, Fransez a oe kaset gant e dad da skoliou-meur Padou, (1584) da beur-ober e studi. Eun doktor a oa anezan pa deuas ac'hane. Mont a reas neuze da bardonan da Rom ha da Loretta, hag eno, en harz treid an Itron-Varia, e adnevezas ar promese an evoa grêt en Pariz. P'en em gavas er gêr, e oa gant e bemp bla warn-ugent, ha kaeran dijentil en e vro. Duk ar Savoa en em ginnigas d'ober eur senateur anezan, ha markiz ar Zal, e dad, a felle d'ezan e zimezi da verc'h ôtrou Vejy, eur brinsez a galon hag a spered, kalz danve da zont d'ezi. An ôtrou Fransez, n'eo ket 'barz an hent-ze e felle d'ezan bale. Dre e bedennou hag e gomzou, e teuas a benn da lakat e dad a-du gantan, ha d'an 18 a viz kerzu 1593, bla hepken goude ma oa deut d'ar gêr, e oe beleget en Jenev. Eur c'horniad eus ar Savoa, ar Chable, a oa distaget diouz ar gwir Iliz gant diskibien Luther, hanter-kant vla bennak a oa, hag ar vugale breman, bet savet er relijion brotestant, a oa en em c'hrêt diouti. Fransez a oe kavet mat dustu da vont d'o zennan eus tenvalijen ar gaou. Pa welas, en tu-hont da dour kastel koz Allinj, ar vro m'oa kaset enni, gant hec'h ilizou diskaret, he fostiou da grougan an dud savet en plas ar c'hroaziou, he c'heriadennou devet, he c'hestel laeret; pa welas an dismantr skrijus-ze, eur skeuden eus eun all gwasoc'h, hini an eneou; pa welas kernent-se, an daerou a c'hlebias e zaoulagad : mes elec'h fallgaloni, e stagas kerkent gant al labour. Mont a rê er c'hêriou ha war ar mêziou; prezek a rê dre e gomzou ha dre e skoueriou; nag ar glao, nag an erc'h, nag an avel-stourm ne virent outan da vont war rôk. A wechou, e veze ken skornet ha ken ramp an henchou, ma renke mont war e grabanou, hag ar gwad a zivere eus troc'hiou e dreid hag e zaouarn a verke e roudou war an erc'h. Eun nozvez, ar bleidi a glaskas sailhat warnan, hag e oe red d'ezan pignal en eur wezen hag en em stagan outi, gant aon da gouezan, ma tigouezje gantan menel kousket. A wechou-all, ar brotestanted, gwasoc'h c'hoaz evit ar bleidi-noz, a rede gant armou war e lerc'h, da glask e lazan. Gouarner Allinj a ginnigas d'ezan soudarded da vont d'e heul, evit e zifenn ouz e enebourien; mes ar zant ne oe ket dare da zigemer ar c'hinnig-ze. Ha biskoaz, koulskoude, a drugare Doue, ne c'hoarvezas droug ebet gantan. Tamm ha tamm, koulskoude, ar vro a-bez a deuas da anzav adarre ar fe koz. Er bla 1599, an ôtrou Granier, eskob Jenev, oc'h anaout e zantelez hag e c'halloud, hen c'hemeras d'ober e labour, ha d'e varo, tri bla goude, (1602) e kemeras e garg. Lakat a reas neuze e zantelez da baran a-bell, dre e aked d'ober miret lezennou an Iliz, dre e drugare en kenver ar beorien, ha dre e c'hoant da welet an emglev o vleunian en pep lec'h. Sevel a reas eun Urz neve a leanezed, gant Jann Chantal en o fenn. Skrivan reas levriou kaer war an doare da garet Doue ha da ren eur vue devot. En e yaouankiz, e oa têr, ha ne oa ket evit gouzanv an disteran ger; mes deut ' oa d'en em drec'hi kenkoulz, ma ne oa ket goest ar brasan dismeganz d'e lakat da vont er-mêz anezan e-unan. E vadelez en kenver an holl a oa dispar hag a rê da zant Visant a Bol lavaret : « Na pegen mat e tle bezan an Otrou Doue, p'eo ken mat-all ôtrou 'n eskob Jenev, e zervijer ! » Fransez a gouezas klanv en Lyon hag a varvas eno, d'an 28 a viz kerzu 1622, oajet a bemp bla ha hanter-kant. E gorf, war e c'houlenn, a oe douget da Annesi, hag eno e virer anezan c'hoaz, en de a hirie. (1) Ar skeuden-ze a zo miret c'hoaz hirie en chapel Leanezed Sant Thomas Villeneuve, ru Sèvres, Pariz. K E N T E L An neb a venn, hennez a c'hell Sant Fransez a oa, dre natur, eur spered diês a zen, mes en em drec'hi a reas ken mat, ma oa deut da vezan êsan den a oufed kaout d'ober gantan. War an douar-man, hon deus da stourm ouz enebourien a zo en diavêz d'imp hag ouz enebourien a zo en hon diabarz, da lavaret eo, ouz hon zechou. En o zouez, zo unan gwasoc'h evit ar re-all, a ro lamm d'imp an alïesan. An tech-ze eo ar pec'hed mignon. Evit darn eo an ourgouilh, evil darn-all, ar gwarizi pe ar bizoni, pe an hudurnez. pe ar vezventi, pe al leziregez, pe ar vuhanegez. An tech divezan-man oa hini sant Fransez. Klaskompp ive hon hini, ha tourmomp outan gant aked. Ne vezo ket roët lamm d'ezan en tol kentan, nag en eil, nag en trede, rnarteze, mes arabad fallgaloni evil, ze; gant gras Doue ha youl vat, bolonte vat, er galon, e teuer a benn anezan, de pe de. Ar zent, hag a oa ken gwaz pe gwasoc'h o zechou evit hon re, o deus bet ar gonid warneze; perak n'hon deveni ket ? Eur jeneral an evoa stourmet epad pell amzer ouz an enebourien, gwech o koll gante, gwech o c'honid warneze. Eun devez, da vihanan, e oe roët lamm d'ezan, evel ma n'hen devoa ket bet c'hoaz. Diskalonekaet e oe an den, hag ec'h azezas var ar c'hlazen, e benn etre e zaouarn, trist maro. Epad ma oa evelse oc'h hunvreal, e welas eur verienen a glaske dougenn war he c'hrugel eur blouzen dek gwech pounneroc'h eviti. Kouezan a reas gant he zamrn; sevel a reas, adarre; kouezan a reas dek gwech; dek gwech e savas, mes benn ar fin e tigouezas gant he zamm en beg he c'hrugel. Ar jeneral, pa welas nerz-kalon al loen bihan-ze, a zavas d'e dro-en e zav, a zastumas e dud, a gerzas war an enebourien, hag a droc'has aneze. Greomp brezel d'hon zechou, hep fallgaloni gwech ebet. Abred pe divezat, ar gonid a chomo ganimp. An neb a venn, hennez a c'hell ! Tregontvet devez a viz Genver Ar Familh Zantel : Jezuz, Mari, Jozef (1) Jozef ha Mari, goude o eured, a oa o chom en Nazareth, war a greder, 'barz an ti a oa bet, da Joachim ha da Annan. Rede oe d'eze, er goanv war-lerc'h, war urz an impalaer August, mont da Vethleem, kêr David, da lakat o hanoiou war rollou ar gêr-ze, e oa ginidik anezi o zud koz. Keit ma oant eno, e c'hanas an Itron-Varia Salver ar bed. Jezuz a deuas war an douar, heb ober d'e varnm koll he gwerc'hded, evel ma treuz ar bann-heol dour skler an eienen, heb he labean an disteran. Kerkent, êle an nenv, pastored ha rouaned an douar, digemennet d'eze gant an Holl-C'halloudeg, a ziredas gant dudi da welet eun Doue en em c'hrêt den ha da ginnig d'ezan ar pez a c'halle kaout a wellan o c'harante. D'e eizvet devez, ar c'hrouadur a oe hanvet ha merket betek ar gwad. Da daou-ugent de e oe kaset d'an Templ, elec'h ma lakas ar gwel anezan kalonou Simeon hag Annan da dridal. Eun nebeut deveziou war-lerc'h, e oe digemennet ive da Jozef kemer ar c'hrouadur hag e vamm ha tec'hel gante d'an Ejipt, arôk kounnar ar roue Herodez. War gavel ar mabig bihan, gant kân an êle, gant profou ha pedennou ar bastored hag ar rouaned, gant bennoziou Simeon hag Annan, an de bras, an hini a dlee lakat an dud d'e anaout evit Mab Doue, oe darbet d'ezan tarzan : eul luc'heden ne oa ken an dra-ze. Epad tregont vla, Jezuz a guzo c'hoaz e c'hloar, hag e genvroïz a gemero anezan evit mab Jozef, ar c'halve, ha netra ken. Pa ouveas Jozef ha Mari e oa maro an hini a glaske diframman e vue digant o mab, e tizrojont gantan d'ar gêr. Nebeut a dra a zo en Aviel diwar-benn bue ar Familh Zantel en Nazareth. En bro Israël, ar c'hrouadur a oa d'ar vamm da zevel betek pemp bla; neuze, e dad a zeske d'ezan lezen Doue hag e vicher e-unan. Mari eta eo a rê labouriou an ti hag a gemeras ar zoursi kentan gant ar Mabig Jezuz. Hi eo a vagas anezan hec'h-unan, epad daou vla, hag a neas kement pez-dilhad a c'holoas e izili binniget. Ar bugel-Doue a gomze hag a c'hoarie evel ar vugale all eus e oad. Ne ziskoueze, nemet a nebeudou, ar furnez a oa ar vammen anezi ennan. Iskis ha spontus a vije bet gwelet eur c'hrouadur bihan o komz evel eun den bras. Etre ar vugale-all eus e oad hag hen, ne oa eta kemm ebet nemet unan : ar pez a veze grêt gant ar re-all a veze bepred ennan eur si bennak, elec'h ar pez a veze grêt gantan ne veze gwech ebet netra da lavaret warnezan. Jezuz, en Nazareth, a oa eur bugel, mes eur bugel dispar en pep doare. Jozef, ar penn-tiegez, a c'hourc'hemenne, ha bepred e veze grêt diouz a lavare. Jezuz a zeskas gantan e vicher : Salver ar bed a oa bet falvezet gantan labourât gant e gorf, evit deski d'imp eo grêt an den evit al labour, ha n'eus dismeganz evit nikun o 'n em drei warnan. An dismeganz ne goue ket war an hini a labour; an dismeganz a goue war an hini 'zo barrek da labourat ha ne ra nemet dibri, ar bara goneet gant c'houezen an nesan. An dismeganz ne goue ket war an hini 'zo paour, an dismeganz a goue war an hini ' zo en dienez hag a c'hallfe brao, gant poanial ha kaout penn, 'n em dennan diouti. Al labour eo hag ar beden A vag hag a yac'ha an den. Jozef, Mari ha Jezuz a zantelae o labour dreo fedennou pemdeiek, ha dre an diskwiz ar zun, da ze an Otrou. Bep bla, ec'h eent ive da bardonan da Jeruzalem, kêr zantel ar Judevien. Da zaouzek vla, ar bugel-Doue a yeas gant e gerent, a oe kollet, ha ne oe kavet nemet a-benn tri devez goude, chomet e-touez an doktored a oa eun dudi gante klevet e gomzou. - Ma mabig, eme an Itron-Varia, p'hen gwelas, perak ' teus grêt kemend-all ? Setu aze e oa da dad ha me ouz da glask, muioc'h ankeniet hon daou evit n'omp bet biskoaz ! Ha Jezuz a lavaras : - Perak klask ac'hanon ? Gouzout a ret ervat eo dleet d'in bezan el lec'h ma ver o pleal gant afferiou ma Zad. Komz kentan Hon Zalver dastumet gant an Avielerien, ha deut betek d'imp, eo hounnez, ha daoust m'eo berr, e ro d'imp da anaout eleiz a dreo. Diouti eo anat ne anave Jezuz nemet eur gwir Dad, hag eo Doue; eur rumm afferiou diouz e zoare, hag eo afferiou Doue; eul lec'h hepken hag eo dleet e glask ennan, pa ne ve ket er gêr, hag eo ti Doue. Dizrei a reas gant e gerent da Nazareth hag e sente oute. Kreski a rê en ment hag en furnez, dirak daoulagad Doue ha daoulagad an dud. Baradoz an douar oa o zi, abalamour ma oa sentidigez ha karante etre ar re a oa ennan. An heol aour, a ra bemde tro an douar, ne welas biskoaz, en e valeou, netra kaeroc'h evit tiegez Jozef, Mari ha Jezuz, en Nazareth. Pa deuas diouaskel ar maro da skei war dor an ti-ze, ne lakas ket a anken ennan, rak evit an dud a veven gras Doue, êl ar maro a zo eur mignon : Mervel zo bevan gwell, en liorz kaer an nenvou ; Mervel zo divleunian da gât kaeroc'h bleuniou. Sant Jozef, hag an evoa douget ken alïes Jezuz war e galon, a dremenas etre e zivrec'h. Na kaeran maro ! Jezuz a varvas, nebeut blaveziou goude, da dri bla ha tregont, en kreiz e nerz, goude bezan prezeget epad tri bla : Dornad plouz e wele kentan, Ha koat kalet e zivezan. Mari a welas an Iliz o kreski, hag hano he Mab oc'h ober d'an dud daoulinan. Mervel a reas etre divrec'h sant Yan, heb an disteran klenved, hec'h ene dispartiet diouz he c'horf, dre nerz ar garante he devoa evit he Mab Doue. An ti ma vevas ennan ar Familh Zantel a zo bet douget gant an êle eus Nazareth da Loretta, elec'h m'hen gweler c'hoaz en de a hirie. (1) Ar gouel-man a ve grêt en eskopti Sant-Brieg, an trede sul goude-ar Rouane. K E N T E L Ar pennou-tiegez Jozef ha Mari a oa en penn tiegez Nazareth, hag a c'hourc'hemenne; Jezuz. roue an nenv hag an douar, oa ar mab, hag a zente : et erat subditus illis. Hag evelse pep tra a oa en urz hag an treo a yee endro. Ar re a zo laket gant Doue en penn an tiegeziou o deus da respont eus kement a c'hoarve enne : kement mil mad a 'n em gav a ra o enor, evel ma ra o dismeganz kement droug a zigoue. Tud a zo hag a vefe lavaret na vent en penn an tiegeziou, nemet dre an droug a lezont da c'hoarvezout enne. N'ouzont ket gourc'hemenn; penôs bezan en gortoz ec'h ouvefe o bugale senti ? Tadou ha mammou, gourc'hemennet, p'eo gwir oc'h grêt evit se ; rak mar 'man ar gurunen a vestr hag a vestrez war ho penn, arabad d'ac'h aukouât n'eo ket ar gurunen-ze eun dra da vezan roët d'ar vugale da c'hoari, goude ma vefe ar vugale-ze bugale ugent vla. Tadou ha mammou, gourc'hemennet, ha c'houi, bugale, sentet. Evelse eman an urz. Kentan devez ha tregont a viz Genver SANT PER NOLASK Diazezour Urz Leaned I. V. Drugare (1189-1256) Per Nolask a ziskenne eus noblanz vras Kastelnaudary. Genel a reas er bla 1189. A vihanik oa troet kalz da gemer true ouz an dud reuzeudik, ha d'ober d'eze ar vad a c'helle. Da bemzek vla, e kollas e dad. Endro d'eur bla warn-ugent, ec'h eas d'ar brezel eneb an Albijiz, heretiked hag a boble kreiste ar Frans, hag a oa lezhanvet evelse, abalamour m'o devoa gonezet kêr Albi, ha ma rent anezi o c'hêr-benn. O c'helennadurez a oa eun dismantr evit ar fe hag ar rouanteleziou. Ar veleien ne gomzent ket ken uhel ha ma tlejent bezan grêt, ha haderien ar gaou o devoa kemeret hardiegez. Prezek a rent e oa pec'hed dimezi ha kaout bugale; n'eman ket en galloud an den tec'hel diouz an droug; n'o deus gwir ebet pennou ar vro da lakat eun den d'ar maro; e tle Iliz Rom bezan diskaret. Eleiz a zorc'hennou-all ken dibenn pe dibennoc'h a oa c'hoaz en o c'hredo hag a embannent dre ar vro, oc'h ober hent d'eze dre an dir hag an tan. Ar pab Innosant III a gasas d'eze, evit o gonid dre gaer, Per Kastelnau. Mes elec'h ober d'ar c'hannad-ze an digemer a oa dleet, an Albijiz hel lazas (1208). Er blavez war-lerc'h, war c'houlenn ar pab, e oe savet eun arme da vont d'eze, ha Simon Montfort, eun dijentil breizad, a oe laket en he fenn. En Muret, (1213) gant mil den, e roas lamm da 40.000 heretik, hag 20.000 aneze a chômas war dachen ar brezel. Etouez ar re varo e oa Per, roue Aragon; e vab Jemz, eur pôtrig c'houec'h vla, a oe grêt prizonier. Dindan jeneral ar gatoliked e oa Per Nolask, eun dijentil pevar bla warn-ugent, a stourmas evel eul leon. Simon Montfort, evit diskouez ec'h anaveze e dalvoudegez, a gargas anezan da gelenn ha da zevel ar prinz Jemz, ha da vont gantan d'ar Spagn. Epad an dek vla a dremenas en lez rouaned Aragon, Per a vevas evel eur manac'h : diou heur bemde ha diou heur bep noz e veze o pedi. En amzer-ze, ar Vorianed a rede ar Spagn hag ar moriou tro-war-dro, ha ne laerent nemet ar pez a c'hallent. Per Nolask, war ali ar Werc'hez, ha gant skoazel ar roue Jemz ha hini Raymond Pennafort, e govezour, a ziazezas (1223) Urz leaned Itron-Varia Drugare, a oa o c'harg dasprenan an dudigou kez kouezet etre daouarn ar Vorianed. Ouspen an tri le, a zentidigez, a baourente hag a c'hlanded a ra an holl venec'h, an Dasprenerien a rê al le da rei o danve ha d'en em rei o-unan, ouz red, evit terri chadennou ar brizonerien. Souezus eo ar vad o deus grêt menec'h Itron-Varia Drugare. Adalek ar bla 1223 betek ar bla 1800, o deus diframmet eus adre krabanou al laeron-tud, 1.200.000 sklavour kristen. O lakat eo bet koustet d'eze dasprenan pep den, 2000 skoed, well-waz, e weler o deus renket kestal, a zor da zor, 7 milliar daou-c'hant million evit dont a benn eus o zôl. Sant Loeiz, roue Frans, a skrivas meur a wech da zant Per Nolask, da c'hourc'hemenn e rouantelez d'e bedennou. Pa oa o vont d'an douar santel, da stourm ouz ar Vuzulmaned, e pedas anezan da zont d'e heul. Per an evoa c'hoant da vont, mes ar c'hlenved a viras outan. Mervel a reas de Nedeleg 1256, en e zeizvet bla ha tri-ugent, en Barselona, elec'h ma virer e relegou. K E N T E L An Drugare Hon Zalver Jezuz-Krist au eus lavaret : Date et dabitur vobîs. Roët hag e vezo roët d'ac'h. Ar garante a ve diskouezet eu kenver Doue, dre ar vad a rêr d'an nesan. An drugare eo ar garante en kenver an dud a zo truezus o doare. Pa weler Jezuz-Krist er paour a astenn d'imp an dorn, penôs chom hep rei d'ezan e c'houlenn ? Bezan zo sent hag o deus bet gwerzet o holl feadra da rei d'ar beorien; re-all a zo bet et pelloc'h; goude bezan gwerzet ha roët o feadra, int en em roët o-unan. An hini a ra kernent-se, evel ar zant a reomp e ouel en de a hirie, eo barr e galon gant an drugare. Rei d'ar paour eus ar pez hon deus a re evit bevan, a zo kaer ; rei d'ar paour eus ar pez a zo red d'irnp kaout evit bevan, a zo kaeroc'h; en em rei an unan eo ar c'haeran. Au dud a ya a-bell da gas anaoudegez ha karante Jezuz-Krist, a ro hag en em ro. Ne c'houlenner ket ganirnp holl bezan ken kalonek-ze; koulskoude, arabad d'imp aukouât e vezo Doue trugarezus en hon c'henver, herve ma vefomp bet trugarezus en kenver hon nesan. Roomp eta da gorf' hon nesan ar bara hag an dilhad an eus ezom; eur gwenneg bennak, zoken, beb an amzer : ar paour an eus kement a ezommou, kement a ziaukachou ! Roomp da spered hon nesan ar pez m'omp goest da rei. Tenzor an deskadurez, n'eo ket eun dra hag hon defe urz da viret evidomp hon-unan. Roomp da ene hon nesan aluzen hon c'homzou, hon skoueriou, hon oberou mat ! Rei d'ar paour a zo prestan da Zoue ! Miz C'houevrer AMZER AR SEPTUAJEZIM En miz c'houevrer, hag a-wechou ive, en mis genver, e teuer en eur c'houlz eus ar bla hanvet ar Septuajezim, dre ma 'n em gav war-dr'o daou viz ha dek devez arôk Pash. Rôk digoueout gant Pas, gouel ar goueliou, e renher tremen dre diou amzer retred, an eil war-lerc'h eben, kinniget gant an Iliz d'an eneou evit 'n em digailhari, 'n em wennan ha 'n em santelât : Septuajezim ha Koareiz. Bean int evel daou borz a binijen hag a beden a-ziarôk palez an Alleluia; evit treuzi an hini hentan e laker ter zun; daou-ugent devez evit treuzi an eil. An amzer arôk Pask, eme sant Augustin, a zo henvel ouz bue an den war an douar; an amzer goude Pask azo eur skeuden eus bue ar bed-all. Bezan eo ive, gant he dek ha triugent devez, ar skouer eus an 70 vla a dremenas pobl Israël en kêr Babilon, etre daouarn e enebourien. Epad an amzer-man a ouelvan hag a binijen, an Iliz ne gan ket an Alleluia nag ar Gloria in excelsis. Ar c'hristen, evit tremen an deiou-rnan, herve spered an Iliz, a dle sonjal bemde 'barz ar stad euzus a beched, hag a fallagriez m'eo ganet pep den, abaoue pec'hed Adam; sonjal ive en e bec'hejon e-unan, gant keun ha mez, en doare ma vo prest d'o gwalchi ervat, pa deuio êl ar Binijen da zigeri dirakan porz ar C'hoareiz. De kentan a viz C'houevrer SANTEZ BERC'HED Abadez (453-523) Ar vrasan eus ar zentezed ganet etouez hon breudeur a Iverzon eo Berc'hed, 'patronez o bro, ha tostan zantez a lakont d'ar Werc'hez Vari. Hanvet eo bet «burzude-rez» abalamour d'an niver a vurzudou he deus grêt en he bue, hep kontan ar re en deus grêt Doue en he c'henver. Ar c'hentan a oe ma c'halvas anezi da leanez ha da zantez, eviti da vezan ganet er-mêz eus ar briedelez. He mamm a oa sklavourez gant he zad, eun dijentil iverzoniad hanvet Duptas. Heman a roas Berc'hed da zevel d'eur gristenez vat a zeskas d'ezi karet Doue hag ar gwerc'hded. Pa oe arru savet mat, Duptas he c'hemeras en e di; ober a rê kalz a stad anezi, kouls ha kement he gwele, abalamour d'he gened ha d'he furnez. Meur a zen yaouank a deuas d'he goulenn evit pried. Hi, 'vit gallout dizamman ane, a bedas Doue da lemel diganti he gened. Chilaouet a oe he feden; koll a reas eul lagad, ha kerkent, evel m'he devoa c'hoant, e oe lezet en peuc'h. War an hevelep digare, e kuitaas ar bed, gant ter blac'h yaouank-all, evit'n em westlan holl da Zoue. En eur gleuzen dero, eiz leo bennak diouz kêr Dublin, e rejont o chomaj; al lec'h a oe hanvet, diouz ze, Kel-dero, pe Kil-dare. Tri virakl a c'hoarvezas, an de ma kemeras Berc'hed goual ar gwerc'hezed eus a zorn an eskob Mel, diskibl sant Patrik : eur c'hef tan a baras 'us d'he fenn; kerkent ha ma he devoe poket da bazennou an ôter, ar c'hoad aneze a deuas da c'hlazan; mes kaeran oe, he gened a oe rentet d'ezi kalz skedusoc'h c'hoaz evit diagent. Kouent Kil-dare a deuas da greski en berr amzer. Berc'hed a zavas enni eun iliz dreist da holl ilizou ar vro. Beaji a reas ive evit sevel kouenchou neve, a deuas holl da vezan ken lies a eienen a zantelez. Ar burzudou a hade war he hent a vrudas kement he hano ma tiredas eleiz a dud da chom endro d'hec'h abati, ha ma teuas Kil-dare da vezan 'vel eur gêr. Ar wrizien eus kement a oberou kaer a oa en kalon Berc'hed, da lavaret eo, he zantelez, grêt gant ter vertuz dreist d'ar re-all, hec'h izelded a galon, he faourente hag he c'harante virvidik en kenver ar beorien. Berc'hed, diouganet ganti de he maro, a bignas daved Doue, an de kentan a viz c'houevrer 523, oajet a zek vla ha tri-ugent. Diês a vefe niveri ar miraklou he deus grêt. War a lavar ar c'hardinal Baronius, bezan oa, en e amzer, en Rom, eul levr a bevar warn-ugent loden ha ne oa ken ennan nemet burzudou grêt ganti. Sin ar groaz eus he dorn a rê plegan an natur hag an drouk-sperejou. Eun devez, daou laour a deuas da glask ar yec'hed diganti. Binnigan a reas dour ha lavaret d'eze 'n em walc'hi an eil egile. Ar c'hentan gwalc'het a oe yac'haet raktal, mes n'houlle ken gwalc'hi e gonsort, gant aon da adtapout ar c'hlenved. Petra c'hoarvezas ? E adstagas e lorgnez outan hag egile a 'n em gavas pare. 'Vit miret envor anezi, leanezed Berc'hed a c'houezas eun tan a oe galvet «tan santez Berc'hed, » hag a oe dalc'het beo, noz-de, 'n o c'houent, betek ar bla 1220. N'eus ken a gelou eus he relegou nag eus hec'h Urz. He hano, avat, a zo brudet kouls ha biskoaz; douget eo gant eleiz a verc'hed en Iverzon ha gant triouec'h parouz eus ar vro-ze. Meur a lec'h en Breiz-lzel a digas sonj anezi ive : parouz Kervoroc'h he deus he c'hemeret da batronez. SANT IGNAS Eskob Antioch (***-107) merzer En hevelep de, e rêr gouel sant Ignas, diskibl sant Yan hag eskob Antioch, merzeriet en Rom dindan an impalaer Trajan, dre n'houlle ket nac'h relijion Jezuz-Krist. Taget e oe gant al leoned, war leuren ar C'holize, dirak kant mil pagan diredet, war o flijadur, da welet ar gristenien o vervel. En eur gouezan, e lavare : « Me eo gwiniz an Otrou Doue. Red eo e vefen malet gant dent al loened goue evit ma c'hello bezan grêt ganin eur bara gwenn-kann a blijo d'an Otrou Jezuz-Krist. » K E N T E L An Doueou fôz Sant Ignas a c'houlenne ouz an impalaer Trajan : « Da behini eus ho toueou e kinnigin ezanz ? » Ha n'eo ket souez ! Bezan e oa kement anezo. An denvalijen ledet war ar spered hag an dizurz diwanet er galon gant ar pec'hed, o devoa grêt d'ar baganed koll krenn anaoudegez ar gwir Doue, a oa et, koulskoude, dre ar bed, gant tud an amzer gentan. An êle, mat ha fall. a oe grêt doueou aneze; an heol, al loar, ar stered, ar mor, an andon, ar c'hurun, an avel a oe grêt doueou aneze; skeudennou eus unan pe unan eus an doueou-ze a deuas, d'o zro, da vezan doueou neve : ar baganed, evelse, a oa deut da gaout eun niver divent a zoueou (1). Petron a lavar e oa kalz muioc'h a zoueou evit a dud en e vro; ha Bossuet a lavar : « Gant ar baganed, pep tra a oa doue, nemet Doue e-unan. » Hag an doueou-ze, elec'h lakat an treo da vont war an tu mat, ne rent nemet o lakat da vont war an tu gin muioc'h-mui ! An dizurz a oa en pep lec'h; ha, dre ma kreske an dizurz, e kreske ive ar grisder. An impalaer Trajan, evit plijadur ar bobl, a lakas 10.000 den, er memes devez, d'en em gannan ha d'en em lazan, er C'holize, a dôliou kleze. Setu aze pelec'h e oa 'n em gavet ar baganed, o vale dianket er-mêz eus sklerijen Doue ! Setu aze en pelec'h e klasker hon lakat da gouezan adarre. «Lôsket eur barouz ugent vla hep beleg, a lavare person Ars, hag e vezo adoret enni al loened. » (1) Hanoiou ar re vrasan aneze a zo bet roët da zeiou ar zun hag a zo deut, zoken, betek ennmonp. Disul : De an heol, « sol » en latin. — Dilun : De al loar, « luna » en latin. — Dimeurz : De Marz, doue ar brezel, hanvet Euzuz gant an Drouized. — Dimerc'her : De Merkur, doue ar marc'had, hanvet Tentâtes gant an Drouized. — Diziou : « Dies Jovis », de Jupiter, doue ar c'hurun, Taranis an Drouized. — Dirgwener : « Dies Veneris », de Venus, doueez ar gened. — Disadorn : De Saturn, doue an amzer. Eilvet devez a viz C'houevrer Ar Werc'hez o vont d'an Templ gant he Mab Jezuz E touez ar Judevien, herve al lezen, ar wreg a lake eur c'hrouadur er bed a chome eur pennad hep mont eus ne zi, ha d'an daou-ugentvet devez, e tlee mont d'an Templ ha lakat etre daouarn ar beleg diou durzunel pe eun oan, da ginnig, en prof, d'an Otrou Doue. Herve al lezen ive, ar mab henan, en pep tiegez, Doue a vire anezan evitan e-unan. Koulskoude, ar vibien henan ha ne oant ket eus a wad Levi, dal ma vijent bet kinniget gant o zud d'an Otrou Doue ha laket etre daouarn ar veleien, a c'helled o dasprenan, en eur rei pemp skoed d'an Templ. Mari ne oa ket red d'ezi heuilh al lezen gentan, p'eo gwir e oa ken glan war-lerc'h ginivelez he mab evel ma oa arôk; ha Jezuz, p'eo gwir e oa Mab Doue, ne oa ket ezom na da ginnig anezan d'e Dad, na da rei netra evit e zasprenan, p'eo gwir e oa eus eur gwad ha ne oa ket bet kontamet gant ar pec'hed. Mes Mari, daoust ne oa ket grêt eviti hini ebet eus an diou lezen-ze, a zentas oute, ha daoust ma oa binniget dreist an holl gwrage, e chomas en o renk. En em gaout a reas eta e-tal dor an Templ, he fried. he mab ha hi. Eur beleg, gant eur sparf, a dôlas beradou gwad warnezi, evel war eur wreg labeet gant ar pec'hed. O vezan n'he devoa ket êz da ginnig eun oan, prof an dud pinvidik, e kinnigas diou durzunel, prof an dud paour, ha kerkent e oa dinam, zoken dirak Lezen Israël. Goude-ze, ar bugel bihan a oe kaset dirak an ôter vras ha kinniget d'an Otrou Doue, laket être daouarn ar beleg, a roë anezan d'e vamm war e giz, evit pemp skoed. Ar beleg an evoa douget mab Mari ne ouie ket pebez tenzor a oa bel gantan être e zivrec'h, mes daou zen koz, Si-meon hag Annan, a oa en Jeruzalem, hag a 'n em gavas en Templ pa oa Jozef ha Mari o tanzen mont er-mêz. Pell a oa e oant o c'hedal donedigez ar C'hrist, hag eun dra bennak a lavare d'eze ne ziskennjent ket en tenvalijen ar be, arôk bezan gwelet e ze o c'houlaoui. Sklerijennet gant ar Spered-Santel, ec'h anavezjont Salver ar bed 'barz ar bugel koant a oa gant Jozef ha Mari. Briata rejont anezan gant teneredigez. Ha Simeon, dre e «Nunc dimittis», a lak bemde an lliz en genou he beleien, a drugarekaas Doue da vezan grêt d'ezan, arôk mervel, an enor da c'hallout ambroug e Vab en em c'hrêt den. Brcman, Otrou, lôsket ho servijer da vont En peuc'h, herve ho promese ; Rak ma daoulagad o deus gwelet an Hini 'deu gantan ar zilvidigez, Ho peus savet 'us d'an holl boblou, Evel eur goulou a sklerao ar baganed Hag a vezo gloar ho pobl Israël. Simeon a lavaras da Vari, arôk kimiadi diouz he mab : « Setu aze, emezan, an hini zo laket evit koll ha salvi eleiz en bro Israël. Eur merk eo, ha meur a hini a yelo eneb d'ezan, hag hoc'h ene-c'houi a vezo treuzet gant eur c'hleze a c'hlac'har. » Ya ! Jezuz eo an hini a renker ober outan, unan a zaou, e gasaat pe e garet ! Kement-se zo bet gwir epad e vue, kement-se zo gwir abaoue m'eo et diwar an douar-man ! Dre vister ar Werc'hez o 'n em ginnig en Templ gant he mab Jezuz, goulennomp ar c'hras da vezan glan a gorf hag a spered. K E N T E L Bennoz ar penn Ar mamraou kristen, daoust ma n'eo ket eun dra red d'eze, kentan hini ec'h eont da welet, goude m'o deve bet eur c'hrouadur, eo Doue en e iliz. Mall o deve d'e drugarekât eus o delivrant, ha da c'houlenn digantan e vennoz evite hag evit o bugaligou. Ma zo eur rebech hag a ya dôn en kalon an den, eo ar rebech da vezan bet dianaoudek en kenver unan hag an eus kavet da astenn an dorn d'ezan war hent ar vue. Ma tleer trugarekât an dud eus o madelezou, arabad kredi e vefe dereat chom hep lavaret eur bennoz da Zoue, beb an amzer, hen hag eo ar gwellan, hag a-bell, eus hon holl vadoberourien. An dizanaoudegez a zizec'h prim eienen ar madoberou. Ken red eo trugarekât Doue evel m'eo e veuli hag e garet. Ha dreist-oll, eta, ar gerent kristen, pa deurve gant Doue ober an enor d'eze da lakat ar gurunen a dad hag a vamm war o zâl, a dle diskouez anaoudegez vat ha gwestlan d'ezan o bugale, kentan gwech mac'h eont d'an iliz goude o ginivelez, ha lakat o holl aked d'o zevel en e zoujanz hag en e garante. Trede devez a viz C'houevrer SANTEZ JENOVEFA Patronez Parîz ha difennourez ar Frans (422-512) Er bla 429, sant Jermen, eskob Auxerr, ha sant Loup, eskob Troyes, en eur vont da Vreiz-Veur da zispenn |ar falskredennou a vrude Morvan etouez ar Vretoned, a dremenas dre Nanter, ter leo diouz Pariz. Eleiz a dud en em vodas endro d'an eskibien, da glask o bennoz, ha da selaou o c'homzou. Daoulagad sant Jermen a zigouezas d'eze paran war eur verc'hig vihan, he hano Jenovefa, hag e kavas he dremm ken seder ha ken santel, ma reas d'ezi tostât outan. Goulenn a reas he hano, kelou eus he c'herent, hag o vezan ma oant war al lec'h, e lavaras d'eze : « Eun de a vennoz a baras warnoc'h, en de m'eo deut ar verc'h-man en ho ti. An êle o deus kanet d'he ginivelez, hag an Otrou Doue a raio, dre he dorn, burzudou kaer etouez an dud. » Goulenn a reas neuze digant Jenovefa ha falvezout a raje ganti ober le da viret he gwerc'hded. Ar plac'hig a lavaras e oa ar c'hoant-se en he c'halon. Jermen a reas neuze d'an dud mont d'an iliz, ha goude bezan kanet ar gousperou, e westlas anezi da Zoue. Adalek neuze, Jenovefa a lakas muioc'h a aked evit biskoaz da vezan eur skouer a zantelez. Da bevarzek vla, e wiskas dilhad al leanezed, ha da varo he zud, ec'h eas da chom da Bariz, da di he maeronez. Eun nebeut blaveziou goude, eskob Pariz he lakas da superiorez war al leanezed ha war an intanvezed o devoa gwestlet o bue da Zoue, er gêr-ze. Eun devosion vras he devoe da zant Denis. Alïes ec'h ee da bedi war e ve, ha dont a reas a benn da lakat sevel eun iliz warnezan. En iliz-ze eo e pareas, eun devez, daouzek den a oa et an drouk-spered en o c'horf. Koulskoude, Satan, o welet santelez he bue ha kaerder hec'h oberou, a yeas en kounnar hag a glaskas he heskinat muian m'hallas. Eun nozvez ma oa o vont d'an iliz da ganan ar Pellgent gant he leanezed, e vougas he goulou. Mes Jenovefa a allumas anezan a-neve, ha kaer en devoe an diaoul c'houezan goude, ar goulou ne varvas ket ken. Satan, o welet e kolle e amzer, a glaskas neuze ober droug d'ar zantez en eun doare-all : lakat a reas tud da embann ne oa Jenovefa nemet eur plac'h chouchet, kalz gwelloc'h da welet evit da gavet. N'eo ket souezus, o vezan ma ver primoc'h da gredi an droug evit ar vad, ar geier-ze a oe lonket gant eleiz a dud. Setu er mareou-ze, sant Jermen a dreuzas Pariz evit an eil gwech, hag a c'houlennas kelou eus gwerc'hez Nanter. Ar bobl a lavaras d'ezan e oa 'n em roët d'an drouk-spered. Jermen, koulskoude, a reas e gas betek ti al leanez, ha goude bezan he saludet, e lavaras d'ar Barizianed : «Gwelet ar peniti-ze, emezan, a zo e leuren glebiet gant daerou ar werc'hez-ze karet gant Doue, hag a vezo eun de ho silvidigez.» Komzou Jermen ne zalejont ket da zont da wir. Attila, lezhanvet Gwalen-Doue, a deue eus broiou ar zav-heol war broiou ar c'huz-heol, gant 500.000 den goue ouz e heul, hag a hade dre ar vro ar spouron hag ar maro. Ker Metz a oa en tan; kêr Reimz a oa goullo; en Pariz, e oa eünet pep tra evit mont kuit; an treo talvoudusan a oa sammet er bagiou; e oad o tanzen kuitât, pa deuas Jenovefa da lavaret d'he c'henvroïz, en hano Doue, n'o devoa nemet pedi d'ober, hag ar gouezidi ne deujent ket warneze. Hi hec'h-unan en em dennas en iliz Sant-Stephan, elec'h m'eman breman iliz-veur an Itron-Varia. Eleiz a yeas d'he heul pedi a oe grêt c'houek hag an treo a c'hoarvezas evel m'he devoa lavaret (451). Pemp pe c'houec'h miz goude ma oa et Attila eus ar vro, Merove, roue ar Franked, a lakas seziz war Bariz, a oa c'hoaz dindan galloud ar Romaned. Ken pell e padas ar brezel, ma savas diwarnan eur gernez vras en kêr. Jenovefa a zovetaas bue he c'henvroïz evit an eil gwech. Mont a reas gant unnek lestr bras d'ar Champagn, da gestal eus an eil kêr d'eben. Paean rê an aluzen a roëd d'ezi, dre vurzudou ha pareansou souezus. Peadra a deuas ganti da vagan ar Barizianed. Rak-se, rouaned Frans, Merove ha Ghilperik, daoust d'eze da vezan paganed, o devoa kalz doujanz eviti. Klovis hag e bried Klotilda he gwele alïes, ha war hec'h ali eo e lakjont sevel iliz Sant-Per ha Sant-Pol, a zougas divezatoc'h he hano. Da dek vla ha pevar-ugent ec'h eas da bardonan da Dour, var be sant Martin. En dizro, e kouezas klanv hag e varvas, d'an dri a viz genver 512. Pobl Pariz an eus kemeret Jenovefa da batronez, hag a zo prim da c'houlenn he skoazel. K E N T E L Ar zent patron Ar zent a gar o nesan hag a zo karet gantan. Ar maro, elec'h lazan ar garante-ze, ne ra nemet he lakat da vleunian kaeroc'h-kaer. « Netra, eme sant Paulin, d'eur mignon d'ezan, ne ziframrno achanout eus ma memor. Keit ha ma vezin em c'horf, daoust e ve pell etrezomp, e tougin ac'hanout bepred en goueled ma c'halon. Bepred e vezi harp ennon; gwelet a rin ac'hanout em spered; briata rin ac'hanout em c'halon, ha pa vezo torret an ereou a stag ac'hanon ouz ma c'horf, e tougin ac'hanout bepred em spered, hag o kimiadi diouz ar bed-man, ne gimiadin ket diouzit, rak an ene leun a vue hag a vemor, evel ma n'hall ket mervel, n'hall ket ankouât kennebeut.» Ar zent, en nenv, a dalc'h da garet ha d'ober vad d'ar re o deve bet karet ha grêt vad d'eze war an douar. Ar zent. en nenv, bro ar sklerijen hag ar garante, a zo anaoudekoc'h eus a ezommou o nesan, karantezusoc'h en e genver ha galloudusoc'h war galon an Holl-C'halloudeg evit pa oant war an douar. Abalamour da ze, e tleomp pedi alïes an eneou santel hon deus anavezet war hent ar vue, hag a zo nijet en gloar an Otrou Doue. Abalamour da ze ive, e tleomp pedi alïes ar zent hag ar zentezed a zougomp o hanoiou, o deus bevet en hon c'horn-douar, a zo bet dibabet gant hon zud koz da batroned ha da batronezed hon farouziou, hon eskoptiou hag hon broiou. Evel a lavare ar re goz ' zo g wir : Ma n'hon selaou ket sent hon bro, Piou eta hen hon selaouo ? Pevare devez a viz C'houevrer Sant André Korsini Eskob Fiesol (1302-1374) Tad ha mamm Andre a oa dimezet meur a vla a oa, ha bugel ebet ne deue da laouennât o zi d'eze. Eun devez ma oant en iliz o pedi, en harz treid skeuden Itron-Varia ar Bobl, e rejont le o-daou, hep gouzout an eil d'egile, ma teurvezje gant Doue rei bugale d'eze, da westlan d'ezan ar c'hentan ganet. Pa zigouezjont er gêr, e rojont da anaout o fromese an eil d'egile, hag e neveajont anezi, war o daoulin. An Itron-Varia a selaouas o fedennou. Eur c'hrouadur o devoe, hag o vezan ma oa ganet da ouel sant Andre, (30 a viz du 1302) e rojont d'ezan hano an abostol-ze. Lakat a rejont o holl aked da ober anezan eur bugel fur ha desket; mes ar pôtr ne dennas ket nemeur a vad eus a genteliou e dud, hag a 'n em droas abred war an droug. Seul-vui e klasked e ziarbenn, seul-gwasoc'h a rê. An daou baour kez koz a oa o c'halon prest da rannan. Eun devez m'an evoa stlapet gant e vamm komzou muioc'h divalo c'hoaz evit kent, houman a lavaras d'ezan, an daerou en he daoulagad : « Gwelet awalc'h a ran ec'h out deut da vezan ar blei a welis de arôk da c'hinivelez. » Andre a chomas sebezet. « Ya ! emezi, da dad ha me hon devoa grêt al le da westlan da Zoue ar bugel kentan a deurvezje gantan rei d'imp. Hogen, de arôk da c'hinivelez, en eun hunvre, e kredis bezan laket er bed eur blei bihan, a droas 'barz en oan o lakat e dreid en iliz. N'out nemet henvel ouz eur blei, eur pennad zo; mes fianz vat am eus. da welet ac'hanout, gant an amzer, o tont da oan. » Ar c'homzou-ze a skoas ken don en kalon Andre, ma c'houlle digor, an de war-lerc'h, en kouent Karmel, ha gant bennoz e dad hag e vamm, e wiskas eno saë ar venec'h. Gant plijadur eo e rê al labouriou disteran. E vignoned koz, ha darn eus e gerent, a deue awechou d'ober gwap anezan; mes Andre ne rê van ebet ouz o c'hlevet. Er bla war-lerc'h, da seitek vla, e reas an tri le, hag adalek neuze e lakas ar c'haeran vertuziou da zevel ha da vleunian mui-ouz-mui en e galon. Da c'houec'h vla warn-ugent, e oe beleget. Goude-ze e heuilhas eur pennad skoliou-meur Pariz, hag e tizroas da Floranz. Da eiz vla ha hanter-kant e oe laket da eskob en Fiesol. Epad an trizek vla ma chomas er garg-ze, ne gollas ket eur pennad amzer. Madelezus ' oa evit ar beorien, hag e aked d'ober vad da gorfou e nesan ne vire ket outan da gemer muioc'h a breder c'hoaz gant o eneou. Rak-se, e zantelez a bare a-bell. Doue an evoa roët d'ezan ar c'halloud d'ober miraklou ha profesiou. En Bologn, ar bobl hag an nobl a oa kannou etreze. Ar pab Urban V a gasas d'o c'hât eskob Fiesol, ha dont a reas a benn d'o lakat da vale dorn ha dorn, war hent ar peuc'h. Epad ma oa oc'h oferennan, de Nedeleg 1373, ar Werc'hez a 'n em ziskouezas d'ezan, hag a lavaras d'ezan e tlee tremen de Gouel ar Rouane war-lerc'h; ar pez a 'n em gavas da vezan gwir pen-da-ben. E oa en e zaouzek vla ha tri-ugent. Miret a rêr c'hoaz e relegou en Floranz, parouz e vadeziant. K E N T E L Dorn ha dorn Kelennadurez an Iliz (1) a zo dispar evit tostât an dud pinvidik hag an dud paour, ha lakat aneze d'en em glevet. Lavaret a ra da hep rumm e zeveriou an eil en kenver egile, o pouezan, dreist-oll, war deveriou ar juslis. Etouez an deveriou-ze, setu aman ar re a zell ouz ar paour hag ouz al labourer. Dleet eo d'ezan ober mat ha pen-da-ben an tamm labour an eus grêt marc'had d'ober, ma ouie petra rê, pa rê ar marc'had, ha ma oa gouest d'ober dishenvel diouz m'en deus grêt. Arabad d'ezan ober gaou ouz e vestr, nag en e zanve, nag en e gorf, nag en e ene; ma zo eun dra bennak ha n'a ket d'ezan, elec'h ober trouz, e tle ober e glemm en eun doare dereat. Tec'hel a dle ive diouz an dud fallakr a lakfe, dre gomzou touellus, hunvreou aour da ziwan en e benn, hag a rafe d'ezan promeseou kaer ha n'int mat da netra, nemet da lakat an dud kez a gred enne da zismantr o danve ha da goll o amzer. An dud pinvidik hag ar vistri, arabad d'eze kemer al labourer evit eur sklavour; arabad d'eze ankouât eo ganet evelte en renk an dud, hag eo bet savet, dre ar vadeziant, en renk ar gristenien. Labour ar c'horf, evel ma lavar ar skiant vat hag au Doktored kristen, elec'h bezan eun dismegans, a zo eun enor evit an den, abalamour m'eo evitan eun doare dereat da c'honid e vara. Ar pez a zo mezus ha dinatur eo kemer an dud evit loened labour, hag istimout aneze hepken diouz an nerz a zo en o divrec'h. D'ar vistri ive eo teuler evez mat war zilvidigez ar re a zo dindane. Arabad ober netra evit tromplan al labourer hag e jachan d'an droug; arabad rei tro d'ezan da yenât ouz e dud, na da zispign e c'honidegez; arabad d'ar vistri, kennebeut, lakat ar re a zo dindanne d'ober eul labour hag a vije dreist d'o galloud. pe ne vije ket diouz o oad, mar dint bugale, pe diouz o renk, mar dint merc'hed. (1) Lizer-Meur Rertim Novarum, 15 mae 1891. Pemped devez a viz C'houevrer SANTEZ AGATHA Gwerc'hez ha merzerez (***-251) Dès, seizvet impalaer Rom, a glaskas flastran he fenn ouz an Iliz. Ar stourmad ne badas nemet daou vla (249-251), mes ne oa ket bet gwelet c'hoaz hini ebet ken gwaz. Septim Sever an evoa difennet prezek ha selaou prezek ar gelennadurez kristen; kontan rê dont a benn, heb ober re a zismantr, da ziskar ar relijion neve. Maximin ne skoë nemet war an eskibien ha war ar veleien; mes Dès a skoas war an holl gristenien. Herve e urz, kement kristen a oa dindan e c'halloud a dlee en em ziskouez dirak e c'houarnerien da nac'h o fe; ahen-dall, e vezent, darn harluet, darn lazet, ha bepred diframmet o madou digante. Siouaz, eleiz a gristenien a nac'has neuze o le; re-all a dec'has d'en em goach; meur a hini, hag en o zouez Agatha, unan eus ar re skedusan, a anzavas Jezuz-Krist hag a varvas abalamour d'ezan. En Katan, o c'houarn ar Sisil en hano Dès, e oa Kensian, eun den hep peadra, kalon hudur ha bizied kamm d'ezan. Dal ma reas anaoudegez gant Agatha, kaeran ha pinvidikan plac'h yaouank a veve war-dro eno, e klaskas he c'haout da bried. Agatha a oa kristenez. Kensian en devoa gourc'hemen e impalaer, a roë d'ezan galloud da lezel ar vue gant ar gristenien a nac'hje o fe, ha da rei ar maro d'ar re n'hen grajent ket. Hen lakat a reas en impli. Pa oe stlejet Agatha dirakan, evit ober d'ezi plegan, e roas anezi, da gentan, d'eur wreg fall, he hano Aphrodisia, a veve gant he nao merc'h, o nao ken fall ha hi. Mes kaer he devoe ar wrac'h koz-ze poanial, epad tregont devez, war-dro ar verc'h yaouank, n'hellas ket dont a benn da c'houezan tan ar pec'hed en he c'halon. Mont a reas Aphrodisia da gaout Kensian. « Esoc'h eo, emezi, ar reier da deûzi, evit n'eo ar fe gristen da ziframman eus kalon ar plac'h yaouank-se ! Kinniget am eus d'ezi ar skedusan braoigou, an dilhajou kaeran, an arrebeuri, ar meublaj gwellan, an tier savet ar weskan, eur bern mevelien ha plac'hed a beb oad, ha n'he deus ket grêt muioc'h a van ouz an holl dreo-ze evit ouz an douar m'eman warnan o vale ! » Kensian, droug ennan, a reas he digas dirak e lez-varn : - Eus pe renk out? emezan. - Eus an noblanz vrasan a zo er vro ! emezi. - Hag ec'h ez da ziskenn e-mesk ar gristenien ? - Gwell eo bezan da zivezan, en renk ar gristenien, evit n'eo bezan da gentan, en renk an dud a lorc'h hag a zanve ! - Dizro war da giz, kinnig ezanz d'an doueou, anez ze eman ar maro war da zeuliou. - Nan, eme ar verc'h kalonek, nan, biken ! Kaset e oe d'ar prizon. An de war-lerc'h, ar gouarner a lakas he digas dirakan adarre. - Ac'hanta, emezan, c'hoant a teus da viret da vue ? - Ma bue, eme Agatha, eo ar C'hrist. Kensian, en kounnar, a reas he skourjezan. - Ar gwiniz, emezi, arôk lien dastum en arc'h, a renk bezan dornet ha distaget diouz ar plouz; evelse ma ene, abarz ma vezo savet en baradoz an Otrou Doue, a renk bezan dispartiet diouz ma c'horf, dre zorn ma bourrevien. Kensian, et er-rnêz anezan e-unan, a reas diframman unan eus he divronn. - Pez kri ha didrue mac'h out, eme ar verzerez, ne teus ket a vez o lakat troc'han, en eur plac'h, ar pez a teus sunet 'n ez mamm ! En noz war-lerc'h, sant Per a ziskennas en he frizon hag a bareas he gouliou. Galvet adarre dirak ar gouarner, e talc'has da anzav Jezuz-Krist. Rodellet e oe neuze war darbodou lernm ha war ar glaou ru. E keit ze, eur c'hren-douar a deuas, a ziskaras eul loden eus ti Gensian, hag a zebelias, dindan ar mogeriou, daou eus e vrasan mignoned, Silvan ha Ealkonius. Kensian, kroget aon ennan, a reas kas Agatha, hanter-varo, d'he frizon. Eno e reas ar beden-man : « Otrou Doue, emezi, c'houi hag ho peus ma diwallet adalek ma bugaleach, c'houi hag ho peus miret ouz karante ar bed d'en em zilan em c'halon, hag ho peus grêt d'in bezan trec'h d'am bourrevien, digemeret breman ma ene ! » Kêr Gatan n'eman ket pell diouz mene Etna, a dôl tân beb an amzer. Kataniz a bed Agatha, pa deu an darvoud-ze d'o spontan, ha biskoaz n'eus bet c'hoarvezet droug bras gante. En de-man e rêr c'hoaz gouel sant Merin, ermit, deut da Vreiz-lzel eus Bro-Skos, e kerz ar VIIet kantved. Bean eo patron parouz Lanvilin, elec'h ma ve grêt e bardon an trede sul goude Pask. K E N T E L Doue a vir ar bed Eun Doue zo; anez ze, ne vije netra eus ar pez a zo. Ar bed eo labour e zorn, ha herve al lezennou savet gantan eo e kendalc'h da vont endro. Doue a zalc'h ar bed en e zav, hag a dôl evez war e holl grouadurien, war ar re vihanan, kouls ha war ar re vrasan. Netra n'en em gav, nemet dre ma fell d'ezan, pe dre ma lez ober. Ar grouadurien divue, evel an heol, ar stered, an douar, ar mor, hag ar grouadurien buezek dispered, evel lapoused an nenv, pesked ar mor, loened ha plant an douar, n'o deus nemet eun dra d'ober hag a reont dalc'h-rnat : senti ouz o C'hrouer. An den, roue ar grouadurien, a zo loskoc'h ar c'habestr war e ziskoa; senti a c'hall, pe chom heb ober, evel a gar. Doue ne fell ket d'ezan e welet o pec'hi, mes Doue, kennebeut, ne vir ket outan d'hen ober, ma 'n eus c'hoant awalc'h, abalamour ma oar tennan talvoudegez eus an droug-ze, a ro tu d'ezan da lakat e drugare hag e justis da skedi muioch-mui. Koulskoude, e c'hoarve, beb an amzer, gwall-dôliou skrijus, war vor ha war zouar, dre an avel, dre ar c'hurunou, dre ar vosen, dre ar gernez, dre ar brezel, dre ar c'hren-douar. Daoust ha ne oa ket dleet da Zoue, en e vadelez, miret oute da zigouezout ? Nan. « Ar vadelez hag ar justis, eme Bossuet, eo divrec'h an Otrou Doue, mes ar vadelez eo e vrec'h deou ». Er bed-man, Doue zo, dreist-oll, madelezus, hag an tôliou skrijus-ze, fellout a ra d'ezan o gwelet o 'n em gaout, beb an amzer, evit ma refont da anaout, dre an droug a reont d'ar c'horfou, an droug a ra ive d'an eneou avel en ifern, tan ar gwall dechou, bosen ar pec'hed, ar c'holl a Zoue, ar brezel d'ar fe, hag an dismantr eus an urz vat. An darvoudou skrijus-ze, Doue a fell d'ezan gwelet aneze o 'n em gaout, beb an amzer, evit lakat an dud da zont enne o-unan, da anaout n'emaint war an douar-man nemet en eur dremen, ha n'eus nemet eun dra red evite : bale war hent striz ar zantelez. An darvoudou skrijus-ze na skoont nemet ar broiou hag an dud a fell da Zoue o skei. Na reomp eta netra evit o jachan warnomp;. pedomp an Holl-C'halloudeg, avat, dre e êle hag e zent « da bellât diouzimp kement tra a c'hall ober gaou ouzimp, ha da rei d'imp kement a c'hall ober vad (1) » (1) Oremus ar 7et sul goude ar Pantekost. C’houec’hvet devez a viz C’hwerver Sant Gweltas Abad (493-570) Gweltas, ar yaouankan a c’houec’h a vugale, a c’hanas en Arcluyd, er bla 493. Mab a oa da Gaunus, roue Bretoned ar Strad-Gluyd. E dad a oa kristen hag a gasas anezan abred da Vro-Geumri, d’ar skol gant sant Iltud. Pevar eus ar re a reas anaoudegez gante eno a deuas da vezan eskibien divezatoc’h : Divi, Leonor, Pol ha Samson. En Lanildud, Gweltas a ’n em dôlas d’ar studi a dro vat. E c’hoant a oa deski ha rannan e zeskadurez endro d’ezan. Da bemzek vla, e kimiadas diouz e vestr karet hag e vignoned vat hag ec’h eas da skoliou vrasan Bro-C’hall, evit parfetât e studi gant mestrou ha gant doktored eus ar re gentan. Evel ar gwenan e rê. Mont a rê du-man, du-ze, da gutuilh pez a vad a gave war e hent, evit ober gante eun tensor a zeskadurez hag a furnez. Seiz vla e chômas en Bro-C’hall. Neuze e tizroas d’e vro, ha kerkent, e tiredas eleiz a dud yaouank d’ar skol davetan. Beleget e oe da bemp bla warn-ugent. En e brezegennou leun a dan, e reas neuze eur brezel didrue d’an holl siou fall a wele endro d’ezan ; lakat a rê, zoken, ar rouaned da grenan. Er Strad-Gluyd, kristenet gant sant Finnian, oa bet grêt droug d’ar relijion gant ar Zôzon digristen. Gweltas a zavas a neve ar pez a oa dismantret, hag a c’honezas, zoken, eleiz a baganed da Jezuz-Krist. War galv santez Berc’hed, abadez Kildare, e treuzas ar mor da vont d’an Iverzon. Eno ive, abaoue m’oa maro sant Patrik, ar relijion a yee fall an treo ganti. Gweltas, kentan tra a reas, a oe sevel eur skol-veur en Armagh, hag ac’hane e ziskibien a yeas dre ar vro, hag a lakas ar gelennadurez kristen da vleunian ha da zougen frouez evit ar baradoz. War-dro ar bla 530, e tizroas da Vreiz-Veur da brezek. Eno neuze e skrivas al loden gentan eus e levr brudet « De excidio Britanniæ : Dismantr Breiz». Anez al levr-ze, eur c’hantved pen-da-ben eus bue hon gouen, ar bempvet, ne vije deut netra ebet anezan betek d’imp, kemend-all a zarvoudou bras ha skrijus a c’hoarvezas en e gerz. ⁂ War-dro ar blavez 540, e kuitaas Bro-Zôz, evit mat, dre urz an Otrou Doue. Treuzi a reas ar mor ha dont en Breiz-Izel. En enezen Houat, er Morbihan, ec’h eas da chom. Tremen a rê e amzer eno, pell diouz trouz ar bed, er studi hag er binijen. Ne rê nemet tri bred ar zun; war an douar e kouske, eur men dindan e benn. An enezen-ze ne oa ket a dud o chom enni nemet eun nebeut pesketaerien. Gweltas a lake bemde lod pe lod eus e zevez d’ober skol d’eze ha da zeski d’eze o relijion. Ar re-man, pac’h eent da besketa, a gonte d’ar besketaerien-all pesort den a oa Gweltas ha pesort madelezou a rê d’an dud. War gement-se, e oe anaveet abred ebarz ar vro. Dont a reas kalz a dud da c’houlenn bean desket ha gouarnet gantan. Kement a oa aneze ken ma renkas kuitât e enezen ha mont war an douar bras da glask eul lec’h da zevel eur manati d’o lojan. Kavet a reas arpez a glaske eu eur c’horn douar tost d’ar mor, a vije grêt Rhuys anezan. Eur skol ive a zavas eno hag a oe barr-leun a vugale en berr amzer, Bean oa dija en Breiz manatiou savet tro-war-dro d’ezi, vel touriou-tan d’he sklerijenni. En Bro-Leon e oa manati Kastel ha hini Baz; en Bro-Gerne, hini Landevennek ha hini Loktudy; en Bro-Dreger, hini Landreger; en Domnone, hini Sant-Brieg. Ne felle ken, evit peur-ober an dro, nemet unan en Bro-Gwened. Pa welas e c’helle e abati neve mont endro hep-han, e fellas da Weltas tec’hel arôk ar vrud hag en em dennas en eur peniti distro, en koajou Kastembert. Eno e skrivas an eil loden eus e levr De Exidio Britanniæ, elec’h ma sko dizamaat war ar pec’hejou a gase Breiz-Veur da goll, re ar bobl, re ar veleien ha re ar pennou kurunet. Goude-ze, Gweltas a labouras en Bro-Gerne hag a zavas meur a vanati, war skouer hini Rhuys. Betek en Penmarc’h hag en Beg-ar-Raz, e chom c’hoaz, en non amzer, ar roudou anezan. Mar deo sant Pol, sant Tual ha sant Brieg ebestel Breiz-Izel en tu an hanter-noz, Gweltas eo hec’h abostol en tu ar c’hreiste. Mervel a reas en enezen Houat, d’an 29 a viz genver 570. En eskopti Sant-Brieg, e kaver eun dek parouz bennak, eus a Laniskat da Garnoet ha da Gintin, hag o deus miret stank ive roudou an abad santel (1). . (1) En Laniskat, eman an iliz war e hano ; e vue a zo livet war he mogeriou. Diskouez a rêr eno c’hoaz eur chapel hag eur groten, gant ar gwele men elec’h ma lavarer e tremene an noz, en kerz e visionou er vro-ze. En Sant-Nikolas (en Lokeltas) e kaver eur chapel savet en e enor. En Kanuel, en kichen stank ha kastel ar Pelinek, an eus bet ive eur chapel ; en Laruen, en Kergiliou, an eus bet eun all ; en Sant-Jili Plijo. Sant-Gweltas ar Prad ha Sant-Gweltas a Gerginere ; en kichen Senven, Sant-Gweltas ar Stivel ; en Maël, Sant-Gweltas, a zo eus e chapeliou koz brudet gwechall. En Karnoet, elec’h e savas, marvad, eur manati, e kaver, en eur chapel gaer gwestlet d’ean, eur pikol men toullet evel eun arched hag a hanver Be Sant Gweltas. Er be-ze, war a greder, ’ zo bet miret gwechall lod eus e relegou. En Magor, ’lec’h eo patron an iliz, an eus eur pardon kaer, de ouel ar Zakramant, darempredet gant eleiz a belerined a ya d’e bedi ’vit o c’hezek. K E N T E L Bue eur Bobl Ar boblou a vev hag a varv evel an dud. Ar boblou a vev ar c’hosan eo ar re a oar diazezan o amzer da zont war o amzer dremenet; ar re, hag elec’h nac’h o re varo, a gendalc’h o labour; ar re, hag o vezan n’int ket taget gant klenved an neventiou, a zastum gant doujanz madou ene, madou spered, ha madou korf ar re goz; a zo kempenn ha piz warneze, hag o lak da vont war gresk, evit ar re a dle dont war o lerc’h. Pobl Breiz, krouet gant ar zent koz evit bezan hader ar wirione dre ar bed, a zalc’has, epad mil bla, e renk etouez poblou kaeran an douar. Siouaz, n’eus mui anezan nemet ar skeud eus arpez m’eo bet gwechall : an diegi, an diouiziegez hag an dizunvaniez hen stlej war eun d’ar be. Gwella ’zo, n’haller ket barn eun den keit ma ve bue ennan. Eur bobl ive, keit ma ne nac’h ket e Zoue, ha keit ma vir e yez, a zalc’h en e zaouarn an alc’houe a lakao e chaden da gouezan, abred pe zivezat ; hag ar Vretoned, evit c’hoaz, n’o deus ket nac’het nag ar C’hrist, Doue o zadou, nag o yez, ar brezoneg. Setu ma c’haller c’hoaz kaout eun elfeimik fianz en o amzer da zont. Ar pez a zo bet dec’h, daoust n’eman ket hirie, a c’hall bezan varc’hoaz ! Pedomp sant Gweltas ha lavaromp d’ezan : O sant Weltas, hon fatron, mignon ar Vretoned, Ni fell d’imp hoc’h enori hag ho karout bepred, Ho karet a wir galon, ha, d’ac’h fidel dalc’h-mat Ni fell d’imp mont gant an hent digor dre ho skouer vat (KANTIK PAROUZ LANISKAT). Seizvet devez a viz C'houevrer SANT ROMUALD Diazezour manati Kamaldul (907-1027) Romuald a oa ginidik eus a Ravenn. E dud a oa tud a zanve; kristenien oant ive, mes eus ar gristenien-ze hag a zo spered ar bed ha nan spered ar C'hrist ouz o ren. O mab n'eo ket souezus e oa skanv e benn, en e yaouankiz. Eun devez, diwar-benn eun tamm leve, e savas kann etre e dad hag unan eus e gerent. Romuald, ugent vla d'ezan, a oa war al lec'h; ar gwel eus e dad o rei tol ar maro d'e enebour hen straifuilhas kement mac'h eas eus ar gêr d'ober pinijen en eur manati, epad daou-ugent devez. Elec'h eur c'hoaraïz, Romuald, en em gavet eno, a chomas tri bla. Ar c'hoant da ren eur vue santeloc'h c'hoaz a reas d'ezan mont da vevan en eul lec'h goue, demdost da Venis, gant eur manac'h koz, e hano Marin. Tri bla bennak adarre e chomas da vevan gant an den santel-ze. Doue, ha ne zigas den ebet war an douar-man, hep merkan d'ezan eul labour bennak d'ober, a lakas en e benn mont da adsevel Urz sant Beneat, ne oa mui ken troet, 'vel ma oa dleet, ar venec'h ennan war ar zantelez. En eur boanial a gorf-roched e teuas a benn eus e dôl. Ne c'houlenne, digant ar re a oa dindannan, netra a gement ne raje e-unan. Labourat a rê an douar, ha dibri a rê e vara diouz c'honezen e dâl : e studi pemdeziek oa bue ar zent, hag e klaske ober evelte, gwellan m'halle. E binijennou a oa kalet; yun a rê bemde, nemet d'ar zul. Epad ar c'hoaraïz, ne zebre nemet eur skudellad legumach bemde; evit 'n em drec'hi gwelloc'h a ze, e pellae, zoken, diouz treo hag a oa dinoaz ane o-unan. Eur wech an amzer, e lake digas war e dôl eur pred boued eus ar gwellan, hag e lavare outan e-unan: « Setuaze, Romuald, hag a zo ôzet diouz da zoare. Mat, ne danvaï ket anezan, ha ne roer anezan d'it da welet, nemet evit ober gwap ac'hanout. » Hag e lake digas d'ezan eur pred dister ha divlaz. Ober a rê e bedennou gant ar brasan doujanz evit Doue, ha c'hoant an evoa da welet ar re-all o heuilh e skouer. An neb a vije bet moredet epad an ofis, n'en dije ket a urz gantan da oferennan goude. « Gwell eo, a lavare, bezan dihun da ganan eur psalm hepken, evit n'eo drailhan kant gant eur spered morgousket. » A greiz pedi, an daerou a deue alïes en e zaoulagad, ha koulskoude, er-mêz eus an iliz, e zremm a veze ken seder, ma laouennae kement hini a dostae outan. Ar zentidigez oa ar vertu a gare dreist an holl vertuiou-all. Souezus eo ar vad a reas endro d'ezan, hag ar C'halloud o devoa e gomzou. Tud a beb oad hag a bep renk, bugale, rouaned hag all, a c'houlenne bezan dindan e urziou. An diaoul, droug ennan o welet pegement e lake Romuald anezan da gaout koll, a glaskas trabas outan ar muian m'hallas. Gwech e klaske touellan e spered; gwech e stleje e gorf war an douar, e waske warnan gant mall da vougan anezan. Ar brezel-ze a badas pemp bla. An drouk-spered, pa welas ne dalveze ket d'ezan trei endro d'ar zant, a dec'has. Romuald an evoa ar c'halloud d'ober miraklou ha profesiou. Er bla 1009, e c'halle bezan neuze en e gant vla, e pignas war mene an Apennen, hag e c'hourvezas eno e-tal eur feunteun. A-greiz e hun an evoe eun hunvre. Kredi rê d'ezan gwelet eur skeul, eur penn d'ezi war an douar hag eun all en nenv, hag e venec'h gwisket en gwenn o pignal enni. Goulenn a reas raktal an dachen-ze digant an ôtrou Maldoli, he ferc'hen, hag e reas sevel eno eur manati. Ar venec'h ennan a oe lezhanvet Kamalduled; dougen a rent dilhad gwenn, ha gant o finijennou hep distag, e oa muioc'h henvel o bue ouz bue an Ele evit ouz hini an dud o zi a oa eur baradoz war an douar. Sant Romuald a varvas d'an 19 a vezeven 1027, oajet a c'houec'h-ugent vla. Ar pab Klemant VIII a lakas ober e ouel d'ar 7 a viz c'houevrer. 'N em gaout a ra c'hoaz hirie gouel sant Derien, pe sant Drien, prins breton, mignon S. Neventer (IVre kantved). O tizrei eus an Douar-Santel, e tremenas dre Naoned ha goude dre Landerne elec'h ma lavarer e tistrujas eun aerouant. Enoret eo en meur a barouz, 'vel en Duod, en Ploulec'h, ha, gwechall, en Sant-Drien. En Naoned eman livet kaer war weren eun iliz e gann ouz an aerouant. K E N T E L Gra pa ri tra Ober pep tra dre guslumans, hep sonjal er pez a rêr, a zo eun tech fall. Ar profed Jeremi an eus lavaret kement-man diwar-benn ar re o deus anezan : « Desolatione desolata est terra, eo quod nullus sit qui recogitet corde ; an dristidigez a zo dre holl war an douar, dre ma n'eus den ebet ken hag a dôlfe evez en e galon. » Evit an dud dizonj, grasou Doue, sklerijen ar fe ha galloud ar zakramanchou a zo didalve. Didalve eo o fedennou, rak ne enoront ket Doue dreze. Eur zonj vat a darz en o spered, mes hen lezel a reont da dremen; ar zakramanchou a zo e-tal o dor, mes ne dennont frouez ebet dioute; fe o deus c'hoaz, mes n'eo rnui nemet evel eun dra kuzet er penn pellan eus o ene, ha ne reont van ebet ken outi, nag ouz netra eus ar pez a zell ar relijion. O vezan dizonj evelse, an den n'hall ket mont war wellât; derc'hel a ra da vale dre an hent heuilhet gantan betek hen, hep kaout sklerijen awalc'h da welet e vefe mat d'ezan chench giz. Al louzou ouz an tech-ze eo, da gentan, ar beden; ober hon oberou a zevosion gwellan m'hallomp; d'an eil, dizrei, beb abarde, warnomp hon unan. da welet ha mat hon deus grê, epad an de labouriou hon stad, hon fedennou, pep tra. N'eus netra ken fall evel ober an treo diwar hanter. Eizvet devez a viz C'houevrer Itron-Varia ar Miraklou hag ar Vertuziou hag Itron-Varia ar C'helou Mat Yan III, duk Breiz, a varvas hep bugale, an 30 a viz ebrel 1341. Adalek an de-ze, betek an 29 a viz gwengolo 1364, ar brezel a badas en hon bro etre Charlez Bleaz ha Yan Montfort, a glaske gouzout piou aneze o-daou a zougje, hiviziken, kurunen duked Breiz. Kement ha kement a wir o devoa an eil hag egile. Breiz-Uhel hag ar C'hallaoued a yeas en tu Charlez Bleaz; Breiz-Izel hag ar Zôzon en tu Yan Montfort. Hogen, an 23 a viz here 1356, ar Zôzon a c'hronnas Roazon. Ar seziz a badas nao miz. Pôtred Bro-Zôz, skuiz o welet Roazoniz o terc'hel gwevn, a glaskas o zapout dre laer. Toullan rejont eun hent dindan an douar da gouezan warneze en noz. Mes arôk ma c'halljont en em zilan en kêr, e oe dizoloët o labour, en eun doare burzudus, (insigne factum) demdost da skeuden an Itron-Varia, en Iliz Sant-Salver. D'ar 5 a viz gouere war-lerc'h, ar Zôzon a dec'he, ha Roazon a oa salvet. Abaoue, Roazoniz, evit diskouez anaoudegez vat da Zoue ha d'e Vamm binniget, a zalc'h bepred eur c'holaouen elum dirak skeuden Itron-Varia ar Vertuziou hag ar Miraklou, en iliz Sant-Salver. D'an 29 a viz gwengolo 1364, de gouel Mikêl, Yan Montfort a zestumas da vat kurunen duked Breiz, war lanneier Alre, o rei lamm ha tol ar maro da Charlez Bleaz e enebour. D'an 2 a viz c'houevrer 1369, an duk Yan IV a deuas da Roazon, hag eno, dirak holl bennou ar vro, e nevezas al le an evoa grêt, en stourmad Alre, da zevel eur manati en kêr-benn an Dukaj, en enor d'ar Werc'hez. Diazezan reas raktal e ven kentan, ha rei a reas d'ezan an hano kaer a vanati Itron-Varia ar C'helou Mat. Eno e oa eun dôlen a weled warnezi Mamm Doue, gant ar Mabig Jezuz war he brec'h. Duked ha dukezed Breiz a gare pedi dirak an dôlen-ze, ha Roazoniz a gemeras skouer diwarne. An ôtrou Mayeuc, eskob Roazon, adalek ar bla 1507 betek ar bla 1541, a zo unan eus ar re o deus grêt ar muian evit lakat ar bobl kristen da bedi ha da enori Itron-Varia ar C'helou Mat. D'an dispac'h vras, ar manati oe prennet, ar venec'h argaset, o madou gwerzet, tôlen vurzudus Itron-Varia ar C'helou Mat kuzet. Breman eo miret en iliz wenn kaer Sant-Albin, elec'h ma ve dalc'h-mat pardonerien diniver o taoulinan diraki. D'ar 25 a viz meurz 1908, war c'houlen an ôtrou Dubourg, arc'heskob Roazon, ar pab Pi X a roas ôtre da guruni tôlen Itron-Varia ar C'helou Mat ha skeuden ItronVaria ar Vertuziou hag ar Miraklou. Eun neventi gaer oa gwelet kuruni diou Werc'hez, er memes kêr hag er memes devez. Trizek eskob ha hanter-kant mil den a oa diredet da gemer peurz er gouel bras a reas en de-ze kêr Roazon, en enor d'he fatronez muian karet. K E N T E L Kastel an ene Ma teu Mari da rei harp, a-wechou, d'an dud, en brezeliou ha ne rer aneze nemet abnlamour da vadou dister an douar, e ro harp, dreist-oll, d'ar gristenien, er brezeliou a reont ouz ar bed, ouz ar c'hig hag ouz an drouk-spered, evit miret ne yafe da goll o fe hag o glanded. Hon ene a zo eur c'hastel-krenv, mogeriou uhel endro d'ezan. Enebourien en diavêz, tro-war-dro d'ezan, mevelien ar bed ha re an drouk-spered, a c'hed an heur da goueza war eur c'horn diskloz bennak, da 'n em zilan dre eno ebarz, da zismantr ha da laerez kement a zo ennan. « Ma breudeur, eme sant Per, bezet war evez, rak an diaoul, hoc'h enebour, a zo dalc'h-mat o vont hag o tont en ho touez, evel eul leon kounnaret, o klask unan bennak a c'hello da lonkan. » Mar domp devot d'ar Werc'hez, enebourien an diavêz ne zailhfont ket warnomp. Mari, kentoc'h evit mankout, a raio eur burzud en hon c'henver. Mes n'eo ket ouz an enebourien-ze hepken hon deus da stourm. Ar re-ze o deus mignonend e diabarz ar c'hastel, hag eo gwall youlou ar c'hig ha c'hoantegeziou direiz ar galon. Ma ne dôl ket mestr ar c'hastel a evez bemde, da gabestran berr aneze, eman koll. Ha goude teuler evez, e c'heller bezan tapet dre zindan. Mar domp devot d'ar Werc'hez, kaer en devo ar bed youc'hal, kaer en devo an diaoul trei ha dizrei, kaer o devo ar gwall youlou hag ar c'hoantegeziou direiz yudal, birviken ne deufont a benn, na dre war lein, na dre zindan, da c'honid warnomp, rak Mari, Rouanez ar Vertuziou, kentoc'h eget hon lezel da vont da goll, a raio miraklou en hon c'henver, rak netra ne ra muioc'h a zudi d'he c'halon a vamm, evit ar c'helou mat eus ar viktoriou goneet gant he bugale war enebourien o zilvidigez. Navet devez a viz C'houevrer SANT TIT Eskob Kret Dek vla 'oa e oa sant Pol o prezek Aviel en ibroiou ar baganed, pa dremenas dre gêr Derbe, er bla 54. Eun den yaouank ac'hane, e hano Tit, a c'hoantaas mont d'e heul, da rei d'ezan an dorn da gas dre ar bed relijion Jezuz-Krist. Sant Pol hen c'hemeras hag hen karas evel e vab. Dre e lizeriou e weler pegement e talc'he d'ezan : « Doue, eme an abostol bras, en eul lizer da gristenien Korinth, Doue hag a laouenna an dud dister hag an dud ankeniet, an eus laouennaet ac'hanomp, o lakat Tit da zont davedomp. » Eun devez ma oa en gortoz da gât e ziskib en kêr Troa, ec'h anzav ne oa ket êzet e spered, dre n'evoa ket e gavet eno. Er bla 56, Pol hag a oa en Ephes, daou vla ' oa, a gasas Tit da Gorinth, da lakat ar peuc'h etre kristenien ar gêr-ze. Dont a reas brao a benn eus e dôl. Sant Pol, oc'h anaout gouiziegez ha santelez e ziskib, a lakas anezan da eskob en enezen Kret, e vro, ha, hep mar ebet, Tit a reas evit ar gwellan 'barz ar garg fiziet ennan. Mes doktor ar baganed, ha ne oa ket evit tremen hephan, a skrivas d'ezan eul lizer, a zo deut betek d'imp, d'e bedi da vont d'e gaout da Nikopolis, elec'h ma tlee tremen ar goanv, kerkent ha ma vije en em gavet en Kret an daou a gase d'e eilan. Pa oe merzeriet an abostol bras en Rom, dre urz an impalaer Neron, Tit a zizroas d'e enezen hag a lakas e holl breder d'he gonid holl da Jezuz-Krist. Lakat a rê sklerijen ar fe da baran war an dudigou kez a oa azezet endro d'ezan, en tenvalijen euzus ar gaou. Eun devez ma oa o prezek, paganed a enebas outan. Ar zant a reas eur beden da Zoue, ha kerkent, skeuden Diana, doueez vras an dud-ze, a gouezas anezi hec'h-unan a hed he c'horf d'an douar, bruzunet en mil damm. O welet eun hevelep burzud, pemp kant den bennak a c'houlennas raktal ar vadeziant. Eun devez-all, Tit a dremene dirak an templ savet dre urz an impalaer, gant ar gouarner Sekondus, en enor da Jupiter, unan eus brasan doueou ar baganed koz gwechall. Teuler a reas e valloz war an ti-ze, ha kerkent e kouezas en e boull. O welet kemend-all, ar gouarner a deuas da gaout ar zant, hag a bedas anezan da viret ne c'helljed tamall d'ezan ar c'holl-ze dirak aa impalaer. Tit a c'hourc'hemennas d'ezan sevel anezan a neve, en hano Doue ar gristenien, ar pez a oe grêt hep poan ebet. Pa oe achu, Sekondus hag e vab a c'houlennas bezan badezet. Sant Tit a varvas d'an oad a bevarzek vla ha pevar-ugent, goude bezan gouarnet e iliz gant furnez, ha kaset sklerijen ar fe en enezen Kret hag er re-all tro-war-dro. E relegou zo breman en iliz Sant-Mark, en Venis. K E N T E L Piou zo galvet da vont da veleg ? Iliz Jezuz he deus ezom beleien neve, rak ar re a zo, falc'h an ankou a deu d'o diskar abred, an eil goude egile, war o zachen. I. Piou a dle kemer preder da rei danve beleien dan Iliz ? — Beleien ar parouziou hag ar gerent kristen. II. An tadou hag ar mammou, daoust hag i a c'hall trei o bugale war ar velegiach ? — Ya ! hep mar ebet, rak an testeni brasan a garante a c'hallont da rei d'an Otrou Doue, eo kinnig hini pe hini eus o bugale, hag a vezo d'ezan korf hag ene. III. Piou a dleer lakat war an hent da vont da veleg ? — Ar vugale yac'han a gorf, lemman a spered ha gwellan a galon, bag a ziskoue o-unan kaout c'hoant da gerzet warnan. IV. Daoust ha ne dleer ket sellet, arôk ober an dibab, ouz ar renk hag ouz an danve ? — Nan, an Iliz ne zell ket ouz ar pez a zo en diavêz d'an den, ha pa gav bugale baour hag a zo diouz he doare, ne oufed ket ober kaeroc'h aluzen evit rei dorn d'ezi da lakat aneze d'ober o studi. V. Etre ar re o deve grêt o studi, piou a c'hall mont da veleg ? — Kement hini a zo kavet mat gant an Otrou 'n eskob ha galvet gantan d'an urziou sakr. VI. Piou a ve galvet gant an Otrou 'n eskob d'an urziou sakr ? — Ar gloareged gouiziek ha vertuzus hag a fell d'eze labourat, epad o bue, evit gloar Doue ha silvidigez an eneou. VII. Ha n'eo ket talvoudek meurbed pedi evit ar re a zo war an hent da vont da veleien ? — Eo, rak ar veleien santel ha gouiziek, hepken, eo a ra silvidigez ar broiou. Dekvet devez a viz C'houevrer SANTEZ SKOLASTIKA Gwerc'hez (480 - 543) Santez Skolastika a oa c'hoar da zant Beneat. Ganet e oant er mêmes devez hag en em garet a rent evel m'en em gar alïes ar vugale gevel. Pa zavas he breur Urz Leaned Mene-Kasin, hi, e kichen, a zavas ive eun Urz Leanezed. Skolastika ha Beneat, adalek neuze, n'en em welent nemet eur wech ar bla, en eun tiegez hag a oa hanter-hent etre an daou vanati, hag e komzent eno eus an doareou gwellan da gerner evit en em zantelât. D'ar 6 a viz c'houevrer 543, Beneat a ziskennas eus e vene gant e venec'h a veze bepred ouz e heul. Skolastika, gant eun nebeut leanezed, a deuas eus he zu, hag ar breur hag ar c'hoar a 'n em welas, evel ma rent er blaveziou tremenet. En dro-man, koulskoude, elec'h komz eus an doareou gwellan d'en em zantelât, ne oe ken kôz gante nemet eus dudiou ar baradoz. Pa ve eur men, bet strinket en êr, o kouezan, seul ma tosta ouz an douar ha seul buhannoc'h e kouez; evelse, Skolastika, seul tostoc'h ma kave ' oa eviti an devez da vont daved Doue, ha seul-vuioc'h a c'hoant he devoa da glevet Beneat o komz anezan. Pa deuas an abarde, ar re oa gante a reas d'eze kemer eun tammik pred, hag ar zantez a lavaras d'he breur : - En han' Doue, chom ganin en noz a zeu, ma c'hellfomp komz eus e c'hloar, ac'han da c'houlou-de. - Petra c'houlennez aze ? eme Veneat, ken ter ha tra; gouzout a rez awalc'h n'hallan ket tremen an noz er-mêz eus ma feniti ! An oabl a oa dizolo, tamm koumoul ebet ne nije drezan. Skolaslika, o klevet komzou he breur, a groazias he daou zorn war an dôl, a zoublas he fenn da bedi, an daerou en he daoulagad. Pa zavas diouz he feden, al luc'hed a lintre, ar c'hurun a strake hag an dour-bil a goueze kement, ma n'hallas na Beneat nag e venec'h lakat o fenn er-mêz. - Doue r'ho pardono, Skolastika, eme he breur, daoust d'ar pez ho peus grêt ! - Pedet am eus ac'hanoc'h, emezi, ha n'eo ket bet mat d'ac'h selaou ma feden; en em droet am eus warzu Jezuz-Krist hag an eus selaouet ac'hanon. Et d'ar gêr breman, mar gallet. Ne oa ket bet falvezet gantan chom dre gaer, red e oe d'ezan chom dre heg. Sant Gregor a lavar d'imp e reas Doue kentoc'h diouz ar c'hoar evit diouz ar breur, abalamour ar c'hoar eo he devoa pedet gant muian a garante, ha dirak Doue, seul-vui ver karantezus ha seul-vui e ver galloudus. An de war-lerc'h, ar barr-amzer fall a oa paouezet, hag en em dennjont pep-hini d'e gêr; mes tri devez goude, Beneat a welas ene e c'hoar, dindan furm eur goulm, o sevel en barr an nenv. En em deuler a reas d'an daoulin, da veuli Doue eus e drugare en kenver e c'hoar, hag o vezan roët da anaout he maro d'e venec'h, e tigemennas d'eze kerc'hât he c'horf hag e zebelian er be a oa toullet evitan. Hen e-unan ne vevas nemet daou-ugent devez goude, hag evelse, ar breur hag ar c'hoar, a oa bet epad o bue o sperejou unanet ken-koulz en Doue, ne oe ket dispartiet o c'horfou, kennebeut, gant ar maro. K E N T E L Karante ar Vugale etreze Doue an eus krouet an den evit karet, ha n'eus netra ken talvoudek d'an den evel bezan karet. Etrezek hon zad hag hon mamm eo e ligor ar c'hentan bleuniou karante a ziwan en hon c'halon, hag ar garante-ze a zank ken dôn he griziou, ma n'hallo biken netra dont a benn d'he diframman. An tad hag ar vamm a gavomp soublet war hon c'havel eo o deve merkou kentan bon zeneredigez. Ma'n eus Doue roët d'imp breudeur ha c'hoarezed, an eil plas a zo d'eze en hon c'halon. An natur hen goulenn, ha Doue hen goulenn ive, rak ma 'n eus gourc'hemennet d'imp karet an dud holl, zoken, hon enebourien, n'eus ket gourc'hemennet d'imp o c'haret kement ha kement; hag hen e-unan, epad ar blaveziou a dremenas war an douar, e oa darn, evel e Vamm, an Itron-Varia, sant Yan ha santez Mari-Madalen, hag a oa tostoc'h d'e galon evit darn-all. Ar breudeur hag ar c'hoarezed ne dlefe bezan netra goest, da lakat yenien da badout etreze. Ha koulskoude, siouaz, n'eo ket evelse-e c'hoarvez ! Alïes, an tad hag ar vamm o deve ar rann-galon, arôk diskenn er be, da welet o bugale o koll o danve, o amzer hag o zilvidigez en breujou, a dremenfe buhan awalc'h alïes, panevet m'en em gav tud-all d'en em veskan er pez na zell ket oute, hag elec'h lazan an tan, ne reont, dre o c'homzou, nemet e c'houezan gwasoc'h-gwaz. Tud evelse zo mllliget gant Doue, rak piou a dle en em glevet war an douar-man, ma n'eo ket ar re a zo liammou ar gwad o skoulman aneze an eil ouz egile ? Unnekvet devez a viz C'houevrer Gouel Itron-Varia Lourd Er pevare blavez goude m'oa bet embannet en Rom e oa ar Werc'hez krouet dinam, Mamm Doue a deurvezas diskenn war reier Masabiel, e-tal kêrig Lourd, hag en em ziskouez eno, meur a wech, d'eur verc'hig paour, fur ha sentus, he hano Bernadetta. An Itron-Varia a oa yaouank he dremm, ar c'hlanded hag ar vadelez o paran warnezan, eur zaë hag eur oual wenn-kann endro d'ezi, hag eur zeien c'hlas, liou d'an nenv, oc'h ober he gouriz. Diou rozen aour a c'holoe he zreid noaz, a oa harpet ganti war eur skourr roz-goue. D'an 11 a viz c'houevrer 1858, en em ziskouezas evit ar wech kentan, hag e teskas d'ar verc'h strafuilhet ober sin ar groaz ha lavaret ar rozera. Hi hec'h-unan, e oa eur rozêra ouz he brec'h, hag e lake ar greun anezan da gouezan, beb Ave Maria a lavare ar plac'h vihan. En eil gwech, Bernadetta, nec'het kas gouzout piou oa an Itron a wele, a strinkas beradou dour benniget warnezi. Mamm Doue a reas ouz ar verc'h eur mousc'hoarz dudius. En trede gwech, ar plac'hig a ginnigas liou ha paper d'an Itron : Nan, emezi, ar pez am eus da lavaret d'ac'h, n'am eus ket ezom da skrivan anezan. Gret d'in, hebken, ar blijadur da zont aman, pemzek gwech dustu. - Hen prometi a ran ! eme ar verc'h. - Ha me, eme ar Werc'hez, a bromet ho lakat eûrus, nan er bed-man, mes er bed-all. Er pemzek gweladen-ze, Mamm Doue a lavaras da Vernadetta : Pedi evit ar bec'herien, pokat d'an douar, ober pinijen, mont da gaout ar veleien ha lavaret d'eze sevel eur chapel en hec'h enor ha dont eno da bardonan. Gourc'hemenn a reas d'ezi evan dour eus an eienen a lakas da strinkan, hag en ern walc'hi gantan. D'ar bemp warn-ugent a viz meurz, de ouel an Ave Maria, p'en em gavas Bernadetta e-tal ar reier, e oa an Itron ouz he gortoz. Ar plac'h a c'houlennas outi he hano, ha hi, o tostat he daouarn an eil ouz egile, hag o sevel he daoulagad warzu an nenv, a lavaras, en yez ar vro : « Que soy er' Immaculada Conception. - Me eo ar Gonseption Dinam. » D'ar 16 a viz gouere 1858, Bernadetta a welas ar Werc'hez evit ar wech divezan, war an douar-man. Ar vrud eus ar burzudou c'hoarvezet en Masabiel a nijas buhan dre ar bed. Eskob Tarb a lakas ober eun enklask diwar o fenn, hag er bla 1852, ec'h embannas e c'helled kredi e oa en em ziskouezet ar Werc'hez Vari da Vernadetta Soubirous, war reier Lourd. An dour a strink diouz an eienen digoret gant Mamm Doue, a reas miraklou souezus. Ar bardonerien a ziredas eus pevar c'horn ar bed, eus Bro-G'hall, eus Breiz-lzel, eus Breiz-Veur, eus ar Beljik, eus an Itali, eus ar Spagn, eus an Europ a-bez, hag eus broiou pellan an Amerik. Ar bobl kristen, dre anaoudegez evit ar madoberou skuilhet gant an Itron-Varia, en Lourd, o deus savet d'ezi eno ter iliz, an eil war c'horre eben, n'eus nemet ar marbr, an aour, hag ar zaei o lintran war o mogeriou. Pi IX a lakas e gannad da guruni, en e hano, skeuden ar Werc'hez en Lourd, d'an 3 a viz gouere 1676. Leon XIII a lakas sevel iliz ar Rozêra, hag er bla 1892, ec'h ôtreas ober, bep bla, gouel Itron-Varia Lourd, d'an 11 a viz c'houevrer. Pi X, gant goueliou e hanter-kant vla beleg, a lakas ober jubile bras Itron-Varia Lourd, ha d'ar 16 a viz gouere 1908, e roas ôtre da ganan an oferen-bred da c'houec'h heur diouz an abarde, el lec'h ha d'an heur m'he devoa Mamm Doue kimiadet diouz Bernadetta, hanter-kant vla arôk. Lourd eo ti-skol kaeran ar fe, an esperanz hag ar garante. Lourd eo ti Mamm Doue, hag an hent da vont d'e gaout, daoust m'eo neve c'hoaz, a zo unan eus henchou brasan ar bed. Deomp da Lourd ; c'hoant ar Werc'hez eo gwelet ac'hanomp o vont di da bardonan ! 'Vit ma c'hallje muioc'h a dud ober pardon Itron-Varia Lourd ha kaout lod, tost d'ar gêr, 'barz an andon a c'hrasou a red eno ken puilh, zo bet savet, dre ar bed holl, grotennou Lourd. Ar Vretoned o deus meur a hini. En Bro-Dreger, en Plijidi, zo unan kempennet a-zoare savet en lein ar vêred, etre ar mené hag an iliz. Eur gouel hag a zo brudet a ve grêt eno bep bla, an 23 a vezeven, gant eur prosesion-noz hag eun tantad bras war lein ar mene. K E N T E L Ar Miraklou Ar mirakl a zo eun dra souezus, a zigoue dre c'halloud Doue hag er-mêz eus al lezennou douget gantan hag anavezet gant an dud. Ar miraklou a embann eur c'halloud hag eur ouiziegez dreist re an den... Ar miraklou a zo treo souezus, ha n'int ket brasoc'h, koulskoude, evit an treo a c'hoarvez ennomp hag endro d'imp bemde, ha ne dôlomp evez ebet ouïe, ken kustum omp d'o gwelet. « Brasoc'h mirakl eo. orne sant Augustin, gouarn ar bed holl, evit magan pemp mil den gant pemp bara. Ar c'hentan, koulskoude, den n'hen c'hav souezus, elec'h ma kaver souezus an eil, n'eo ket ma vefe brasoc'h, mes n'en em gav ket ken alïes. Ha piou a vag ar bed holl, nemet an Hini a grou an estou diwar ar bozadou had ? Hogen, ar memes labour eo; evel ma lak an ed da rei kant evit unan en douar, au eus laket ar pemp bara da greski etre e zaouarn. An torziou-ze a zo bet evel an had, hag elec'h bezan tôlet en nantchou, a zo bet laket da greski, en eun doare burzudus, gant an Hini an eus grêt an douar. » Ar re a gomze en hano Doue, en amzer goz, o devoa ar c'halloud d'ober miraklou, hag evelse e vezent kredet. Jezuz-Krist, pa deuas war an douar, a reas miraklou, hag evelse e veze kredet e lavariou ha heuilhet e c'hourc'hemennou. An dud ha n'eman ket Doue a-du gante, ne reont ket a viraklou. Ar miraklou a ro eta da anaout, en eun doare sler hag anat, d'an holl, pehini eo ar gwiir relijion. Eleiz a zo bet aneze, en penn kentan an Iliz, ha n'eo ket red e vefe ken. « Diskibien kentan Jezuz-Krist, eme sant Augustin, o deus gwelet e viraklou hag o deus kredet en Iliz; ni a wel an Iliz hag a dle kredi er miraklou o deus diazezet anezi. » Ken dibradet eo an Iliz diouz an douar, gant he miraklou, ma c'hall an holl he gwelet, eus pevar c'horn ar bed Daoust ma n'int ket red, e tigouez enni bepred, en tu pe du, miraklou neve, a ro muioc'h a galon hag a harp d'ar re a gomz en he hano. Er bla 1854, ar pab Pi IX a embanne, dirak ar bed holl, e oa ar Werc'hez Vari konsevet dinam; pevar bla goude, an Itron-Varia a ziskenne war reier Lourd hag a lavare da Vernadetta, a c'houlenne diganti he hano : « Me eo ar Gonsepsion Dinam. » Ar mirakl a deue. ha n'eo ket paouezet abaoue, da harpan ar gelennadurez kristen. Gwaz a ze, neuze, d'ar re a vouch o daoulagad hag a huch goude-ze ne welont ket skier. Daouzekvet devez a viz C'houevrer Santez Janned de Valois Intanvez (1464-1505) Janned de Valois, merc'h Loeiz XI, roue Frans, a deuas er bed er bla 1461. He ginevelez ne lakas ket nemeur a levenez en lez he zud, rak ouspen ma ne rê ket afer he zad, a c'hoantae eur mab da zougen e gurunen, e oa eur grouadurez mac'hagnet ha dic'hras. Janned a ziskouezas abred merkou anat eus he zantelez da zont. He flijadur oa bezan o pedi. Da bernp bla, an Itron-Varia a roas d'ezi da anaout e tlee sevel eun Urz Leanezed en hec'h enor. Da daouzek vla, Loeiz XI a reas d'ezi kemer da bried eur c'henderv-gompez d'ezan, Loeiz, duk Orleans. Da varo he zad, pevar bla goude, he breur Charlez n'evoa nemet dek vla, hag abalarnour da ze, ac'han ma vije major, he c'hoar henan, Annan, a renas ar vro. Etre Annan hag he breur-kaer, Loeiz, e savas eun tamm trouz. Heman en em glevas gant ar Vretoned da vont d'ar brezel eneb d'ezi ha d'he breur. Mes ar Vretoned a oe trec'het en Sant-Albin (1489), hag an duk Loeiz prizoniet en kastel Bourges. Janned, daoust ma n'en devoa biskoaz he fried, abaoue ma oa gantan, diskouezet d'ezi an disteran joa, a ziskennas en e brizon da skanvât d'ezan e boaniou. Mont a reas, zoken, betek an Naoned, da gât he breur, ha da c'houlenn digantan ma vije loskaet he fried. « Grêt e vezo d'ac'h herve ho c'hoant, a lavaras ar roue Charlez VIII d'e c'hoar. Doue ra viro, koulskoude, n'ho pefe keun d'ar goulenn a ret ouzin breman. » Janned n'he devoe ket a geun d'ar pez he devoa grêt, rak, ma n'evoe duk Orleans tamm anaoudegez vat ebet eviti, goude e zelivranz, hi a ouveas bepred e garet, e bardoni hag e c'houzanv, heb en em glemm, keit ha ma chomas da vevan gantan. Charlez VIII a varvas er bla 1498, hep bugale. Duk Orleans a bignas raktal war an trôn. E gentan preder a roue a oe skrivan da Rom, ha toui da lavaret n'en devoa biskoaz anavezet Janned de Valois evel e bried; ne oa bet biskoaz, zoken en e galon, ar c'hoant d'he c'hemer; an evoa hen anzavet dirak testou, de e eured; ha ne oa bet eureujet nemet dre urz. Ar pab Alexandr VI, goude bezan laket studian piz an afer, a zisklerias ne oa bet dimezi ebet etreze. Loeiz a gemeras kerkent da bried Annan Breiz, intanvez Charlez VIII, ha n'he devoa c'hoaz nemet daou vla warn-ugent, ha Janned a 'n em dennas en Bourges. Eno en em droas muioc'h-mui gant ar beden ha gant ar binijen. Yun a rê bep merc'her, bep gwener ha bep sadorn. Laouennât ar beorien, rei d'eze da zibri, gwalc'hi o zreid ha pokat d'eze oa he flijadur. Ar beorien mezus, dreist-oll, pa deue d'o anaout, a veze skuilhet warneze madelezou a-leiz. Rak-se, ne oa hanvet, gant an holl, nemet « an dukez vat. » Bemde, maget ouz tol ar Zakramant, he c'harante evit an nesan a greske gant he c'harante en kenver Doue. Magadurez an Ele a roë d'ezi ive nerz-kalon awalc'h da c'houzanv ar poaniou-spered hag ar poaniou-korf a waskas anezi, hep paouez, epad he bue. Sevel a reas eun Urz evit ar merc'hed nobl, herve ma oa bet digemennet d'ezi gant ar Werc'hez. Goude bezan kavet war he hent meur a skoïlh, he devoe an eurvat da welet ar pab o rei e ôtre d'ar reolennou he devoa savet evit he leanezed. Hi hec'h-unan a reas hec'h leou da gentan, da ze ar Pantekost 1503, an tri le a c'hlanded, a baourente hag a zentidigez, hag al le da chom hep lakat he zreid er-mêz eus he leandi. Ne welas ket hec'h Urz o 'n em astenn nemeur, rak mervel a reas en he bla ha daou-ugent, d'an 3 a viz c'houevrer 1505. D'an 20 a viz ebrel 1775, Pi VI a lakas ne hano war roll ar zent. K E N T E L An divors Er bla 1884, ezec'h ha 'n em glevent ket kaer gant o gwrage, a reas voti en Frans lezen an divors, a roë ôtre d'ar priejou ha ne oant ket evit en em ober, n'eo ket, hepken, da vont an eil digant egile, mes da zimezi adarre evel pa ne vijent ket bet dimezet biskoaz ! Al lezen-ze a zo eul lezen fall, kondaonet gant an Otrou Doue, gant Jezuz-Krist, gant an Iliz, gant ar skiant-vat ha gant ar skiant-prenan. I. En baradoz an douar, Doue a embann n'hello netra terri al liamm a unan daou bried : « An den a guitao e dad hag e vamm hag a 'n em stago ouz e bried, hag eus daou ma oant, ne refont nemet unan. » II. Eun devez, Pharizianed a c'houlennas ouz Jezuz, ha goest e oa an ozac'h da gas ' kuit e bried, evit eun digare bennak : « Nan, eme Hon Zalver, an den ne zisparti ket ar pez a skoulmas Doue. » III. An Iliz a lavar evel Jezuz-Krist : « Ar plac'h dimezet, eme sant Pol, a zo stag ouz he fried, keit ha ma vev. D'e varo, hepken. e koue al lezen. » Ar pabed o deus embannet al lezen ze, ha netra n'hallo dont a benn d'o lakât da rei dispanz diouti da zen. Herri VI, roue Bro-Zôz, a zo en em zistaget diouz an Iliz, ha distaget e rouantelez, d'e heul, mes n'an eas ket bet eus a Rom an dispanz a c'houlenne. Prinsed an Alamagn a zo en em zistagel diouz an Iliz ha distaget o c'henvroïz, d'o heul, mes n'o deus ket bet eus a Rom an dispanz a c'houlennent. An dispanz-ze n'eo ket bet roët biskoaz, na ne vo roët birviken. IV. Ar skiant-vat a gondaon an divers, rak an divors a zismantr ar familhou. War digare ober vad da unan, n'haller ket ober droug d'an holl. V. Ar skiant-prenan a gondaon an divors, rak digeri ra, en Bro-Frans, eur gouli euzus, ha, ma ne ve ket stanket hepdale, a gaso anezi betek ar maro. An Iliz eta ne dorro, na ne dorras dimezi ebet biskoaz. Mes a-wechou, e lec'h ma zo dimezi, da welet, n'eus dimezi ebet, da c'houzout, pe abalamour ar re a zo et an eil gant egile a oa dic'halloud, pe abalamour m'oant kerent, pe abalamour m'oant eureujet a-grenn en despet d'e. Setu petra c'hoarvezas gant Loeiz XII ha Janned de Valois. Ar pab n'en deus ket torret o friedelez; embann an eus grêt hepken, goude enklask, ne oa bet priedelez ebet etreze biskoaz. Trizekvet devez a viz C'houevrer SANT SIRILL Eskob Alexandri ha Doktor eus an Iliz (***-445) Sant Sirill a oa niz da Deophil, eskob Alexandri, hag a oe savet ha skolaet dindan daoulagad e eontr. Pa varvas, er bla 412, e oe hanvet da vont en e blas. Epad an daou vla lh tregont ma oe eskob, Sirill an evoe gwalc'h e galon da c'houzanv, ha dalc'h-mat da stourm. Pa veze deut a benn da rei lamm d'eur rumm enebourien, eur rumm-all a zave en e eneb, kerkent. Da gentan, judevien Alexandri, o welet e vihanae bemde o niver hag e kreske hini ar gristenien, a yeas en kounnar eneb ar re-man; o gwaskan rent, bep gwech ma kavent an tu. Sirill o fedas da lezel e dud en peuc'h, mes elec'h terri d'e, e gomzou na rejont nemet o lakat da gounnari gwasoc'h-gwaz, ha, dre zindan, en em glevjont da lazan holl gristenien kêr. Evit en em anaout, o devoa kemeret, da verk, eur bizaou kroc'hen palmez. Eun nozvez eta, eur youc'haden skiltrus a dregarnas : « An tan en iliz ! An tan en iliz ! » Ar gristenien, o klevet eun hevelep kelou, a redas; mes pôtred an emglev a oa en em guzet er ruzelennou tenvalan hag enkan eus kêr, ha kement hini ne zouge ket ar bizaou kroc'hen palmez a veze mouget, pa goueze etre o daouarn. Da c'houlou-de, e oa eur skrij gwelet an darvoud digouezet epad an noz. Ne zalejor ket da anaout ar re o devoa grêt an tôl, hag ar gristenien, d'o zro, a zailhas war ar judevien, a lazas meur a hini, ha Sirill a harluas ar re-all. An Novasianed, heretiked hag a oa kalz re striz en ken ver ar bec'herien, a rê muioc'h a zroug c'hoaz d'ar gristenien, dre o geier, evit ar judevien, dre o lazerez. Sirill a reas kemer o listri sakr ha serri o ilizou. Orest, gouarner Alexandri, a gredas e rê an eskob re e vestr en kêr, hag a gasas klemm d'an impalaer en e eneb. Sirill a skrivas d'e dro, hag en Konstantinopl e oe kavet mat e oberou. Prest goude, eur baganez, brudet dre he gouiziegez, Hypat ia he hano, tamallet da viret ouz Orest d'en em glevêt gant Sirill, a oe lazet gant ar gristenien. Ar bec'h a oe laket, en e bez, war diskoa an eskob ; mes en Konstantinopl, an impalaer Theodoz hen c'havas didamall adarre. En bla 430, e tigoras eur stourmad a badas daou vla, hag a lakas war e hano eul lufr ha na gollo biken. Eur prezeger kaer hag eun den lorc'hus, e hano Nestorius, a oa neuze eskob en Konstantinopl. Fazian a reas en e gelennadurez, o lavaret ne oa Jezuz-Krist, pa oe laket er bed gant ar Werc'hez Vari, nemet eun den, a renas avat, eur vue ken dispar, ma teuas, abalamour da ze, Mab Doue da chom ennan. Herve Nestorius, an Itron-Varia, Mamm d'an den m'eo ar C'hrist, n'eo eta, en doare ebet, Mamm da Zoue. Sirill, pa glevas kemend-all, a skrivas da eskob Konstantinopl da ziskouez d'ezan e fazi ha da glask e c'honid dre gaer. Mes Nestorius ne blegas ket. Eskob Alexandri a gasas an afer da Rom, hag ar pab a gondaonas kelennadurez eskob Konstantinopl. Mes Nestorius ne blegas ket. Neuze, an holl eskibien a oe digemennet d'eze 'n em vodan en Ephes, da varn, dirak an nenv hag an douar, ar greden neve an evoa c'hoant eskob Konstantinopl da digas en Iliz. Triouec'h ha nao-ugent eskob dastumet en iliz Santez-Mari en Ephes, d'an 23 a vezeven 431, a gondaonas ar greden neve, hag a embannas e oa Jezuz-Krist Doue, kerkent ha ma oa den, hag e oa eta ar Werc'hez, en gwirione, Mamm da Zoue, p'eo gwir he devoa laket er bed eur Mab hag a oa Doue. Abarde oa, pa oe douget ar varnedigez-ze; mes dal ma oe klevet, youc'hadennou skiltrus ha laouen a strinkas eus kalonou Epheziz : «Gloar da Zoue ha d'e Vamm, ar Werc'hez ! Enor d'an eskibien o deus diskaret enebour an Otrou Krist ! » Ha pa deuas an eskibien er-mêz eus an iliz, an dud, a vil-vern, goleier gante, o diambrougas betek o lojeiz. An tier a oa sklerijennet, an itronezed kristen a zêve c'houez vat, en listri arc'hant, dre ar ruiou. Jezuz-Krist, an den-Doue, bet grêt dismeganz warnan, a ziskoueze e c'hloar en noz santel-ze. Mes Nestorius ne blegas ket. Torret e oe eus e garg. An impalaer Theodoz a reas dêvi e skridou hag e zerri en eur manati. Ac'hane ec'h eas da vervel en eur vro goue ! Sirill, difennour an Iliz, a varvas, an enor war e hano; hag ar zantelez en e ene, d'an 28 a viz genver 445. K E N T E L An ourgouilh An ourgouilh a zo eur garante direiz an eus an den evitan e-unan. Eur c'hlenved eo hag a ra d'an den kouezan er follente, rak n'eus ket a dud ken foll evel ar re a 'n em vag gant avel ha moged. Kouezan rer en ourgouilh, en meur a zoare : o vezan re stag ouz an doare da welet an unan; o kaout re a fizianz en hon nerz, en hon galloud hag en hon gouiziegez hon unan; o vezan dalc'h-mat o 'n em veuli; o kaout mez o c'houlenn ali eun all; o 'n em ziskouez santeloc'h ha barrekoc'h eget ne ver en gwirione. « Tud a zo, eme sant Fransez a Zal, hag a ve lorc'h enne abalamour m'emaint war eur marc'h brao, abalamour m'o deus eur bluen ouz o zog, abalamour m'int gwisket kaer; re-all, abalamour m'o deus baro a c'hallont da rodellan, ha bleo a c'hallont da roudennan; re-all, abalamour ma ouzont dansal, c'hoari ha kanan; re-all, war digare m'o deus eun tamm deskadurez, a fell d'eze bezan enoret ha doujet gant an holl; re-all a denn lorc'h eus o gened hag a gred eo dleet da zellou an holl paran warne. » Kernent se zo follente, « rak, eme sant Pol, petra ho peus ha n'ho pefe ket bet, ha ma ho peus-han bet, perak tennan gloar anezan ? » An dud ourgouilhus a ra rukun da Zoue hag a zo kasaet gant o nesan. Pa gouezont, e kouezont ken izel m'o deve mil boan o sevel. Diskennomp en hon c'honsianz ; gwelomp penôs eman an treo ganimp, hag anavezomp evit mat pegen gwir eo lavar Mikêl an Nobletz : Gloar an douar n'an eo netra. Nemet tremen ebiou ne ra. Pevarzekvet devez a viz C'houevrer Sant Raymond Pennafort Trede Jeneral Urz sant Dominik (1175-1275) Raymond a oa ginidik eus ar C'hatalogn hag a deuas er bed en kastel Pennafort, demdost da Varselon. E dud a oa pinvidik hag a ouen rouaned Aragon. Yaouankik-flamm ' oa c'hoaz hag e weled ennan dija merkou anat eus e zantelez da zont. Da ugent vla, oa barrekan skolaer a oa en Barselon. Da dregont vla, ar c'hoant d'ober studiou brasoc'h a reas d'ezan mont da Vologn, da zeski lezennou an Iliz ha lezennou ar vro. En nebeut amzer, al lore a zoktor a gurune e benn, ma oe grêt d'ezan azezan en kador ar c'helenner kentan war lezennou an Iliz. Eskob Barselon a oa et ar vrud eus Raymond betek ennan. En eur zont eus a Rom, e reas eun tammik tro evit mont d'e welet, ha dre lorz derc'hel warnezan, e teuas a benn d'e lakat da zizrei d'e vro. Hanvan a reas anezan neuze chaloni eus e iliz-veur, ha prest goude e reas anezan e vikel-vras. Eur skouer a oe evit an holl, kenkouls evit ar veleien hag evit ar bobl. Poanial a reas kalz da lakat an devosion en kenver Mamm Doue da greski etouez an dud. Da bemp bla ha daou-ugent, ar c'hoant da ren eur vue santeloc'h c'hoaz a reas d'ezan goulenn digemer etouez bugale sant Dominik, an evoa bet tro da anaout epad ma oa o kelenn en Bologn. Lakat a reas neuze e vertuziou da sklerijenni muioc'h c'hoaz evit pa oa er bed, ha dreist-oll, e garante en kenver an dud reuzeudik. Rei a reas skoazel da Ber Nolask, a veze gantan o kovez, da diazezan Urz Itron-Varia Drugare, savet evit diframman ar gristenien gez eus adre daouarn ar Vorianed. Hen eo a zavas ar reolen hag a c'houlennas ouz ar pab Gregor IX ôtre eviti; hen e-unan a wiskas ar zaë-vanac'h da Ber, kentan jeneral an Urz neve (1223). Ar pab Gregor IX, o vezan deut da glevet hano anezan, a falvezas gantan e gaout en e lez. Epad an amzer a drernenas en Rom, e testumas lizerou ha kemennadureziou ar pabed, gourc'hemennou ar c'honsilou, hag e renkas aneze gant aked en eul levr a bemp loden, talvoudek bras da gement hini a fell d'ezan anaout lezennou an lliz. O vezan kouezet klanv, ar vedesined a c'hourc'hemennas d'ezan chench êr, hag e tizroas da Varselon. Eno, ne zaleas ket da vezan adarre ken barrek ha biskoaz da vont endro. Da varo Jourdan ar Sax, eil jeneral Urz sant Dominik, e oe hanvet da gemer e garg (1238). A-benn daou vla, e roas e zilez, abalamour d'ezan d'en em rei da gelenn ar Vorianed, evit o gonid d'ar le. En gwirione, ne gollas nag e amzer nag e boan, rak er bla 1206, e c'halle skrivan d'e jeneral e oa deut a benn da vadezi dek mil eus arbaganed-ze. Ar c'hoant da zantelât e nesan ne rê ket da Raymond ankouât e tlee en em zantelât e-unan, da gentan. Abalamour da ze, seul-vui oa mat en kenver ar re-all, ha seul-vui oa kalet en e genver e-unan. War ar zun, ne gemere nemet eur pred bemde, hag en noz e skourjeze e gorf betek ar gwad. Ne bigne gwech ebet ouz an ôter, hep bezan kovesaet, arôk, hetek ar re zisteran eus e vankou. Lavaret a re alïes : « An deiou ma n'am eus ket gallet oferennan, a zo betevidon deiou aganv hag a c'hlac'har. » Biskoaz den ne welas anat warnan e vije droug ennan. Biskoaz, kennebeut, ne c'houzanve an teodou fall en e gichen. Hag arru mat e oa gant an holl. Jemz kentan, roue Aragon, a zibabas anezan da vezan e govezour. Etreze o daou e savas tabut eun devez. Et e oant da enezen Balear; ar zant a deuas da welet an evoa ar roue eur plac'h re ouz e heul; pedi a reas anezan da bellât dioutan an danjer. Jemz a lavaras ya, ha ne reas netra. Raymond, pa welas kement-se, a lakas en e benn tec'hel e-kuz, hag e tiskennas en porz-mor Majork, da glask eul lestr da vont da Varselon. Mes ne gavas hini, rak ar roue an evoa difennet mat tremen anezan. « Roue marvel an douar a zifenn mont war vor, eme Raymond; gwelomp ha roue divarvel an nenv a zo a-du gantan.» Hag hen hag astenn e vantel war an dour, kregi en eur c'horn anezi, hag e stagan ouz e vaz, evel eur oual ouz eur wern, ha dao eu hent ! C'houec'h heur goude e oa en Barselon, grêt gantan ter leo ha hanter-kant en e vag a c'hiz neve. Eur bern tud a oe test eus ar burzud-ze, a reas da eleiz a bec'herien dizrei ouz Doue, ha da Jemz, dreist-oll, tec'hel diouz ar pec'hed ha diouz ar pez fall hen douge da bec'hi. Raymond a varvas en e naontekvet blavez ha pevar-ugent, de ouel ar Rouaned, 1275. K E N T E L An lliz he deus gwir d'ober lezennou An lliz a zo eur sosiete savet evit kas dre ar bed anaoudegez ha karante Jezuz-Krist. Ar sosiete-ze n'hallfe ket padout, anez ma zo unan en he fenn an eus galloud d'ober lezennou evit digemer ar re a deu ebarz, hag evit teuler, ouz red. hiniennou er-mêz. Rouanteleziou an douar o deus o lezennourien, o lezennou hag o lez-varniou; an lliz he deus he lezennourien, he lezennou hag he lez-varniou. Galloud he deus war gement a zell, a-bell pe a-dost, ouz ar relijion. Ar gwir-ze a zo bet roët d'ezi gant Doue, pa 'n eus Jezuz-Krist roët d'e ebestel e c'halloud war an holl dud, an holl broiou hag an holl amzeriou. Ni, kristenien, a dle senti ouz lezennou an lliz a zo santel bepred, elec'h lezennou ar vro, a-wechou, a zo eur pec'hed bras senti oute; a zo êz da heuih, rak an lliz a zo eur yamm vat ha na laka ket war diskoa he bugale eur zamm a vefe dreist o galloud. Ma ne zentomp ket ouz an lliz, ouz piou her grafomp ? An lliz eo Doue war an douar; ne gastiz ket ar re a zizent outi, mes Doue hen greio, abred pe zivezat, er bed-man pe er bed-all. Pempzekvet devez a viz C'houevrer An den eürus Jourdan ar Sax Eil Jeneral Urz sant Dominik (1190-1237) Jourdan Ebernstein a c'hanas en Bocherg, er Westphali, er bla 1190. E dud,, uhel dre o hano ha dister dre o danve, a reas e skola en Alamagn, da gentan, hag hen c'hasas goude da beur-ober e studi da Bariz. Skolaer yaouank en eur gêr vras, Jourdan a ouveas tremen e amzer, hep stagan e galon ouz netra goest da goll d'ezan e zantelez. Striz meurbed e oa an urz gantan, zoken. E c'hiz oa mont bemde d'an iliz, kenkoulz evit an ofis-noz 'vel evit an ofis-de. E c'hiz oa ive rei aluzen da gement paour a astenne d'ezan e zorn da c'houlenn eun dra bennak, en han' Doue. Eun nozvez ma oa o vont d'ar pellgent, e kavas eun den war e hent a c'houlennas digantan eun draïg bennak. Ar skolaer yaouank, gant aon da vezan re zivezat, an evoa gvisket e zilhad d'ar red, ha ne oa ket digouezet gantan kemer e yalc'h. Ne oa gwenneg ebet eta warnezan. Mes ne oe ket nec'hetoc'h evit kelou ze. Tennan reas diwar-dro e gorf e c'houriz saei, brodet gant neud arc'hant, ha rei a reas anezan d'ar paour kez. En em gavet en iliz an Itron-Varia, ec'h eas da zaoulinan dirak kroaz ôter an Anaon. Dal ma savas e zaoulagad, e chomas sebezet o welet e c'houriz endro da ziouc'hroazel ar C'hrist, ha daoulagad Jezuz o paran warnan gant teneredigez. Ar burzud-ze a lakas e garante en kenver an Otrou Doue da greski c'hoaz, ha nebeut amzer goude-ze, e oe grêt e gammed kentan gantan war hent ar velegiach, ha grêt eun abostoler anezan. Er blavez 1216, sant Dominik an evoa savet eun Urz neve a venec'h. Jourdan a reas anaoudegez gante, ha da Verc'her al Ludu 1220, daou skolaer-all hag hen a c'houlenne bezan digemeret en o renk. Er blavez war-lerc'h dustu, e oe dibabet evit ober tro manatiou al Lombardi. Dispar oa da gennerzi ar venec'h yaouank, prest da fallgaloni. En Bologn e oa unan evelse, e oa brao e zoare pa oa er bed, a oa pinvidik bras e dud, hag a gave kerse dougen dilhad burel, elec'h dilhad saei; gourvez war ar c'halet elec'h war ar plu; azezan ouz eun dôl treut an treo warni, elec'h ouz unan ha ne vanke netra warni. Dont a reas da gaout Jourdan, da rei da anaout d'ezan ne oa ket en pennad da chom ken er manati. - Bah ! eme heman, an drouk-spered eo a glask ho touelli. - Nan ! eme an den yaouank; ma dilhad d'in, mac'h in ac'han ! Neuze Jourdan e gasas d'an iliz, a lakas e zaouarn war e benn hag a reas d'ezan lavaret eur bâter. Tra souezus ! An den yaouank a deu, en eun tol, e hunvre fall da nijal eus e spered hag ar peuc'h da ziskenn en e galon. Chom a reas er manati, ha bezan e oe, divezatoc'h, eur manac'h eus ar re wellan. Er blavez war-lerc'h (1222), pa oe kelou da lakat eur jeneral en plas sant Dominik, e oe dibabet da vont er garg-ze, daoust ma oa unan eus ar re yaouankan ha nevezan deut en Urz. Mes e zantelez hag e ouiziegez a reas ma oe barrek brao da 'n em denn enni. Aketus e veze da welet e venec'h aliesan m'halle; prezek a re ar c'hoareiz, gwech en Pariz, gwech en Bologn, kêriou bras an deskadurez, en amzer-ze. Ar bôtred yaouank a heuilhe skoliou-meur ar c'hêriou-ze a zirede niverus e harz e gador. Ober a reas d'eze kalz a vad, ha bepred unan bennak en o zouez, da fin pep koareiz, a c'houlenne digemer en e Urz. Trei a rê e venec'h war ar studi ha war ar beden, hag alies e lavare d'eze : « Evit magan bue ar c'horf, eo red dibri hag evan; evit magan bue an eae, eo ken red-all pedi ha studian ar Skritur-Zantel. » Kement hini a deuje d'e gaout an ije e c'houlenn. Eun devez, eun den, nebeut a zeskadurez d'ezan, a deuas davetan : - Otrou, daoust hag e talv kement hon fater d'imp-ni, tudigou kez, ha ne ouzomp ket petra lavaromp, hag hoc'h hini c'houi, etrezoc'h, beleien, hag a oar latin ? - Keit e talv, eme Jourdan; henvel eo ouz eur men presius a vir e dalvoudegez, en dorn eun den ha ne oar ket hen anaout. Jourdan, et da welet an Douar-Santel hag ar venec'h an evoa eno, a oe beuzet lestr hag all, pa oa o tizrei d'ar gêr, d'ar 15 a viz c'houevrer 1237. Leon XII, d'an 10 a viz maë 1826, an eus roët ôtre da Urz sant Dominik d'ober e ouel, da genver de e c'hinivilez en nenv. K E N T E L Al latin en Iliz Perak ne ve ket lavaret ofisou an Iliz en yez ar vro ? — Abalamour an dra-ze a dorfe diou unvaniez kaer an eil hag eben, unvaniez ar greden hag unvaniez ar beden. I. — Ma vije laket yez pep bro da zervijout evit ofisou an Iliz, e savje buhan awalc'h kemm etre kelennadurez eun eskopti, en eun amzer, hag ar gelennadurez-ze en eun amzer all; rak ar geriou, darn aneze, a zo diês anaout o zalvoudegez; hag eur gir. hag a lavaro kement-man d'eun den, a lavaro muioc'h pe nebeutoc'h d'eun all. Eur ger hag a lavar kement-man breman, a-benn kant vla aman, hag arôk marteze, e vezo kresket pe verraet e c'halloud. Evelse c'hoarve gant kement yez beo a zo, gant kement yez hag a ve komzet etouez an dud; mes kement-se ne c'hoarve ket gant eur yez maro, evel al latin. Ar yez-ze, pobl ebet ken war an douar ne gomz anezan; e c'heriou eta o deus eun dalvoudegez ha n'o deus nemet unan. Dre al latin, kelennadurez an Iliz, o vont a-dreuz ar c'hantvejou hag a-dreuz ar broiou, ne deuio chenchamant ebet enni : ar pez a greder dec'h, a greder hirie hag a vo kredet varc'hoaz. Gant al latin, unvaniez ar greden n'eus danjer ebet eviti. II. — Ma vije kanet ofisou an Iliz en kement yez dishenvel a zo war an douar, ar gristenien a vije diês d'eze heuilh an ofisou mac'h afent en diavêz-bro; elec'h breman, e c'haller ober tro ar bed, klevet an oferen en mil eskopti dishenvel, ha kanan enne gant al levr a zervich da bep-hini en e barouz. N'eus forz pegen pell e ver diouz ar gêr, p'en em gaver en iliz, e kreder bezan er gêr. Al latin a lak unvaniez ar beden hag ar greden, etre kristenien ar bed holl. C'houezekvet devez a viz C'houevrer SANT ONEZIM Eskob (**-95) Onezim a oa ginidik eus ar Friji hag a oe sklavour gant Philemon, eun den pinvidik bras eus kêr Kolos, gonezet d'ar fe gant sant Pol. Rei a reas tu d'e vestr d'en em glemm anezan, ouspen eur wech; eun devez, zoken, ec'h eas betek e laerez, hag e tec'has goude-ze, dre guz. Digouezout areas en Rom. Eno, e oa sant Pol, prizoniet abalamour ma prezege Jezuz-Krist. Eun devez, e c'hoarvezas gantan kaout Onezim war e hent, hag o vezan klevet gantan penôs an evoa 'n em gemeret d'en em denn adre daouarn e vestr, e roas da anaout d'ezan e fazi. Goude-ze-en em lakas d'e gelenn war ar relijion gristen, hag e vadezas anezan. Neuze hen c'hasas da gaout e vestr, gant eul lizer eus e beurz, da c'hourc'hemenn anezan. « Philemon muian-karet, » « Dont a ran d'en em erbedi ouzit evit ma mab Onezim, am eus ganet er chadermou. Hennez a c'hall bezan bet talvoudek d'it gwechall, ha breman eo talvoudek d'imp hon daou. » E gas a ran davedout. Te, avat, digemer anezan evel ma c'hrouadur. Me 'm oa c'hoant d'hen derc'hel ganin, da rei d'in an dorn da brezek an Aviel eus ma frizon, mes n'eo ket bet falvezet ganin ober netra, hep goulenn ganit da gentan. » Hag am eus e gaset davedout. Mar don da vignon, digemer anezan evel ma rafes ac'hanon. » Ma n'eus grêt gaou ouzit, ma tle eun dra bennak d'it, tamall ac'hanon. » Me, Pol, eo am eus skrivet ma unan al lizer-man. » Philemon, n'eo ket hepken pardoni d'e sklavour a reas, mes ober a reas d'ezan dizrei raktal da Rom, da gaout sant Pol, ha betek maro an abostol bras, e chômas gantan. Dont a reas da vezan eskob divezatoc'h, ha merzeriet e oe en amzer Domisian, er bla 95. K E N T E L Ar sklavaj Ar sklavaj a oaunan eus gouliou euzusan ar bed pagan, en amzer goz. Ar sklavour, n'eo ket eun den oa, mes eun dra, eur benveg, mouez den d'ezan; eun aneval, hag a lavar Katon e werzan e-mesk an ejonned koz hag an hernachou merglet, pa deu an oad pe ar c'hlenved da viret outan da c'honid e vara. Ar sklavour, n'eus gwir ebet, ha n'eus dever ebet en e genver, E c'hlazan pe e lazan a zo ober droug d'ar mestr ha nan d'ezan; ha diouz an droug 'zo grêt, ar mestr eo a zo da vezan digollet, 'vel pa deu unan bennak da c'hlazan e anevaled. Ar sklavour n'hall ket dimezi. Herve al lezen, n'hall kaout na pried, na bugel, na breur : ar chadennou houarn a zo stag ouz e dreid hag ouz e zaouarn, a ramplas evitan liamrnou ar gerentiach. Ar sklavour, n'eus droug ebet evitan, avat, herve al lezen, o 'n em rei d'ar vue fall, ha ma teu bugale da c'henel, ar vugale-ze a zo tra ar mestr, evel al loened bihan-all a c'han en e greier. Ar sklavour, ma klask tec'hel, a vezo laket tud paeet gant ar gouamamant d'e glask, ha kavet e ve peurliesan, ha merket neuze e dâl d'ezan gant an houarn ru, evit ma vezo, hiviziken, êsoc'h tol plê outan. Ar sklavour a zo d'e vestr, korf hag ene; kemer a ra ar gwir d'ober gantan ar pez a gar, ar mad hag ar fall, ha d'en em zizober anezan, herve e faltazi. An impalaer August, er memes devez, a lakas krougan 6.000 sklavour ha n'o devoa grêt netra ken nemet kemer o arrnou, war urz ar Senat. Ar sklavour, pa varv, ma ne chom netra war e lerc'h d'e zebelian, a zo tôlet e gorf, evel hini eur c'hi, en eun toull anvoez da vreinan. Setu petra oa ar sklavourien, en amzer ma teuas Jezuz-Krist war an douar. Daoust hag eleiz a oa aneze ? En Athen hag en Spart, 'vit pep den libr, e oa daou-c'hant sklavour. En Rom, ouspen an hanter eus an dud a zo sklavourien. Truezus oa stad ar bed en amzer-ze. An dud, gant o zechou fall, o devoa troet an treo war an tu gin. Au Iliz a deuas, hag a nebeudou, a droas an treo war an tu mat. Ar sklavaj, drezan e-unan, n'eo ket eun dra da vezan kondaonet a-grenn, rak an den, daoust pegen diês e c'hall bezan kement-se evitan, ma n'hall ket en em werzan e-unan, a c'hall gwerzan e labour, evel ma c'haller e brenan. An Iliz, evel m'hen gwelomp dre lizer sant Pol da Philemon, ne zifennas ket dustu kaout sklavourien; ar pez a zifennas, . avat, dustu, krak ha krenn, eo miret oute d'ober o deveriou en kenver Doue, hag en o c'henver o-unan. Embann a reas n'eus ket diou ouen tud war an douar : unan evit serviji, hag eun all evit bezan servijet; embaun a reas eo an holl breudour, ha tamm ha tamm, ar sklavourien gez a welas o c'habestr o kouezan. En trizek kant vla, an Iliz a deuas a benn eus he zôl, en Europ a-bez. Ar madober dispar-ze a stagas ken mat kalon ar bobl ouz kalon an Iliz, ma n'hallo nag an amzer nag an ifern o dispartian biken ken ! Seitekvet devez a viz C’houevrer Sant Gwerok pe Girek Abad (VIet kantved) Gwerok a deuas en Breiz-Izel war-lerc’h sant Tual hag a zavas eur manati hag eun iliz en beg gourenezen Landreger, el lec’h a hanver breman c’hoaz eus e hano, Lokirek. Eleiz a dud a zirede di d’e gaout, hag hen, o vezan ne gare nemet ar vue didrous, a deuas kement-se buhan d’e skuizan. Mont a reas eta da Vro-Léon, hag eno ec’h eas pellan m’hallas, er c’hoat donan, a c’holoe, en amzer goz, ar vro zo breman dindan Plouvian, Plabenneg ha Plouzeniel. Chom a reas en eun draouien denval ha goue, el lec’h a hanver breman Traou Gwerok, hag eno, gant barrou, e savas eun tammik peniti hag eun ti-bedi en kichen. E zonj a oa tremen eno, sioulik, ar rest eus e vue, o ’n em rei, beb eil, gwalc’h e galon, d’ar beden ha d’ar binijen. Mes ar vrud anezan a dec’has, kaer an evoe en em guzet, rak n’eo ket mat e chomfe goloet ar golo a zo barrek da dôl sklerijen gaer. Sant Pol a deuas betek d’ezan hag hen pedas da vont d’e heul, da rei dorn d’ezan da astenn, dre vro Leon, rouantelez Jezuz-Krist. Gwerok, da gentan, ne oe ket nemeur en pennad da ze. Pol a reas d’ezan neuze ar gourc’hemen mont gantan, ha gant aon da zizenti ouz Doue, an abad santel a heuilhas e eskob kerkent. Goude bezan hadet komzou Doue a bep tu, brevet e gorf gant e labouriou tenn hag e binijennou garo, gonezet gantan e gurunen, e varvas en karante ar C’hrist, en Landerne, war-dro hanter ar c’houec’hvet kantved. E ziskibien, gant ôtre eskob Leon, a zebelias gant doujanz e gorf en Lokirek, el lec’h m’eo karet ha pedet c’hoaz e hano binniget. War a lavar ar re goz, sant Gwerok a gavas eun devez, en Kastel, da genver unan eus goueliou ar Werc’hez, eur gemenerez o vriat war dreujou he dor. Gourdrouz a reas anezi, ha hi ha respont kerkent d’ezan n’he devoa micher-all ebet da c’honid he bara, hag e renke dibri d’an deiou gouel koulz ha d’an deiou labour. Dal ma oe kouezet ar gomz-ze eus he genou, e teuas notet hec’h izili, ha ne oe ket evit finval, hiviziken, nag he divrec’h nag he zreid. Anzao a reas neuze he fec’hed. Yun ha pedi a reas epad eiz de dustu ; goulenn a reas gant sant Gwerok dont d’he gwelet. Heman, o welet he glac’har, a bareas anezi gant sin ar groaz. Evit diskouez hec’h anaoudegez vat, ar gemenerez a roas he zi d’ar zant, a reas anezan eur chapel d’ar Werc’hez, a oe lezhanvet chapel Itron-Varia-Kreisker. Yan Montfort, duk Breiz, (1345-1399) a reas sevel eur chapel neve el lec’h-ze, ha warnezi eman kaeran tour dantelezet a zo er bed holl. K E N T E L Labour zul, labour a gul Red eo dibri bemde evit chom beo, mes n’eo ket red bezan bemde stag ouz al labour, a drugare Doue, evit kaout bara da zibri. N’eus den ebet, ha goude labourât c’houec’h devez, ne c’honefe ket a vara evit seiz. Hag ahendall, al labour zul, elec’h pinvidikât an den, e baourât ne ra ken. Ar c’horf n’eo na dir nag houarn ; ezom an eus da baouez, beb an amzer, ha goude diskuizan, ec’h a kalz gwelloc’h en-dro. N’eo ket an neb a zo aketusan war e labour eo a labour ar muian. Diskuiz ar zul a zo grêt evit brasan mad ar c’horf. Mes an den, n’eo ket eur c’horf hepken a zo anezan. An den a zo kalon, an den a zo spered, an den a zo ene : kalon, spered hag ene an den o deus ezom eus ar zul. Daoust hag eur vue eo bezan daoubleget bemde war an ero, hep gallout diskuizan gwech ebet, da zonjal, da garet ha da zevel an daoulagad trezek an nenv ? D’ar zul, dreist-oll, eo e vev an den e vue den. D’ar zul, dreist-oll, eo e vev an den e vue gristen ; d’ar zul eo e weler ar gerent ; d’ar zul eo e lenner hag e kemerer el levriou magadurez ar spered ; d’ar zul eo e taouliner war beziou ar re varo e-tal an ôter vras hag e-tal an dol zakr ; d’ar zul, pa ve peurc’hrêt an deveren kenver Doue, Eo en em roêr d’ar c’hoariou A reas, en hon rôk, hon zadou. Karomp ar zul ! Ar broiou ma virer enne ar gwellan ar zul eo ar broiou pinvidikan. Daou hent a zo da vont da baour, a lavare person Ars : laerez ha labourât d’ar zul. Hen gwelet a rer sklêr awalc’h. Labour an den n’eo netra en kichen labour Doue. Kaer ho pezo hadan, ma ne lak ket Doue an had da zevel, n’ho pezo netra. Ya ! sonjet, ma breudeur, red eo bennoz Doue Warnomp, war hon loened, war hon mêziou ive Bep sul, gant devosion, deomp ’ta d’an Iliz, Hag hon bezo heol skedus, glao pinvidik ha gliz. Triouec'hvet devez a viz C'houevrer SANT SIMEON Eskob ha merzer (***-109) Jeruzalem oa kêr-benn ar Judevien; enni eo e oe barnet Mab Doue; e harz he mogeriou e varvas war ar groaz. Pa bignas Jezuz-Krist en nenv, ha pa rannas an Ebestel ar bed holl etreze, sant Jakez a chomas er Jude, hag a oe kentan eskob Jeruzalem. D'e varo, er bla 62, Simeon, mab Kleophas ha kenderv Hon Zalver, a gemeras e garg hag a viras anezi epad pemp bla ha daou-ugent. En e amzer eo e c'hoarvezas dismantr spontus kêr Jeruzalem. Da Zul-Bleuniou, dre ma tostae ouz kêr, e kreiz an enoriou hag ar meuleudiou, Jezuz a zelle truezus outi hag a ouelas dourek warnezi. « Jeruzalem, Jeruzalem, emezan, te hag a laz ar brofeted hag ar re a zo kaset davedout, na ped gwech am eus me bet c'hoant da vodan da vugale endro d'in, evel ma vod al lapous e evnedigou dindan e zioueskel, ha n'eo ket bet falvezet ganit ! (1) » Dont a raio warnout eun amzer, ha da enebourien a gelc'hio hag a wasko ac'hanout a bep tu; lakat a refont ac'hanout da gouezan 'n ez poull; diskar a refont da vugale, ha ne lôskfont ket ennout men war ven, o vezan ne teus ket anavezet an hini a deuas d'az kwelet. » Hag o vezan pignet betek an Templ, e reas an dro anezan hag e lavaras d'e ziskibien : «Gwelet a ret an holl dreo-ze ? En gwirione, m'hen lavar d'ac'h, ne chomo ket aze eur men war men, hep bezan diskaret. (2) » Ar c'homzou-ze diwar-benn dismantr kêr ha Templ Jeruzalem, ugent vla goude m'oant bet lavaret gant Jezuz-Krist, a oa skrivet en Aviel gant sant Lukas, sant Vaze ha sant Mark; ugent vla-all goude, e weled aneze o tont da wir. Abaoue m'oant kouezet dindan galloud impalaered Rom, ar Judevien a veze dalc'h-mat o klask en em zizober diouz o mistri neve. Er bla 65, dreist-oll, e savas eur reveulzi vras er Jude, hag eleiz a Romaned a oe lazet. Raktal, ar jeneral Vespasiaa a gerzas warneze gant eun arme vras. Treuzi a reas ar Galile, pignal a reas er Judê; e oa o vont da lakat seziz war Jeruzalem, pa deuas ar c'hêlou betek ennan e oa hanvet da impalaer (69). Kerkent, ec'h eas da Rom hag e lezas gant e vab Titus ar garg da genderc'hel ar brezel. Heman en em gavas e-tal ar gêr zantel, war-dro goueliou Pask 70, gant 60.000 den. Kelc'hian a reas kêr a bep tu. Ar seziz-ze a badas pemp miz, ha netra ken gwaz ne oe gwelet biskoaz. Jeruzalem a oa neuze eur gêr vras, hag o vezan m'oa digor amzer Bask, e oa enni kalz muioc'h a dud c'hoaz eget kustum. Dont a reas hepdale da vezan eur skeuden eus an ifern : ar brezel, ar vosen hag ar gernez a waske anezi er mêmes amzer. Eleiz a dud a glaske tec'hel; mes kement hini a veze tizet, a veze staget ouz ar groaz, ha kement a dud a oe krusifiet er mêziou tro-war-dro, ma ne gaved mui na plas, na koat da zevel ken a groaziou. En kêr, e varve kement a dud, ma teuas ar re veo da skuizan o sebelian ar re varo. Ar pried a zifranime an tamm eus genou he fried; ar mab, eus genou an tad; ar vamm eus genou he bugel hanter-varo gant an naon, etre he diwrec'h. Eur wreg a oe gwelet o lazan hag o tibri he c'hrouadur. Pa deuas ar Romaned a benn da dreuzi mogeriou kêr, 1.100.000 Judeo a oa marvet; 100.000 a oe prizoniet; an tier a oe diskaret; an Templ a oe devet (3), ha gantan sakrilisou an amzer goz a oa tremenet evit biken. Ar Judevien o devoa lavaret, gant goueliou Pask 33 : « Ra gouezo e wad warnomp ha war non bugale ! » Da oueliou Pask 70, seiz vla ha tregont hepken goude, Doue a ziskoueze d'eze an evoa klevet o gwall-beden, hag abaoue, ar Judevien n'o deus gallet sevel nag o zempl, nag o rouantelez. Malloz Doue 'zo kouezet warneze ! Simeon, dal ma welas ar c'houmoul du o 'n em zastum 'us da Jeruzalem, a dec'has kuit gant ar gristenien, a dreuzas stêr ar Jourden, hag a bignas meneziou ar Pere, betek Pella. Dal ma oe achu ar brezel, e tizrojont, hag elec'h fall-galoni o welet ar pez a oa c'hoarvezet, en em lakjont da zevel eur gêrig neve, war dismantrou an hini goz. Adalek neuze, eleiz a Judevien, digoret o daoulagad d'eze gant an tôliou skrijus a oa o paouez c'hoarvezout, a welas enne dorn Doue, hag en em reas kristen. Ar re-all a oe muioc'h dereat hiviziken. Simeon, er bla 107, a oe tamallet evit daou zigare : abalamour m'oa kristen, hag abalamour m'oa eus gwad ar roue David. Digaset e oe dirak gouarner ar Palestin, Tiberius Claudius Atticus. Epad meur a zevez, e oe skourjezet, hag an nerz-kalon a ziskoueze an den koz c'houec'h-ugent vla-ze, a zouezas Atticus hag ar re a oa war e dro. Erfin, e oe staget ouz ar groaz, hag evelse e varvas an hini a chomas, da zivezan, war an douar, eus an dud o devoa bet an eurvat da welet, gant daoulagad o c'horf, Mab Doue en em c'hrêt den, an Otrou Jezuz-Krist. (1) Sant Vaze, XXIIIet pennad, 37et koublad. (2) Sant Lukas, XIVet pennad, 48, 44et koublad. (3) 1130 vla a oa abaoue m'oa bet diazezet gant Salomon, ha 639 vla abaoue m'oa bet adneveaet gant Zorobabel. Eiz miz kentoc'h, an tân-gwall an evoa diskaret ive Templ ar falz-doue Jupiter, en Rom. Doue a felle d'ezan gwelet an templou koz o vont d'an traou, da rei o flas da re Jezuz-Krist. K E N T E L Ar Profesiou Eur profesi a zo eun anaoudegez hag eun embann gwirion a rer eus eun dra da zont, n'hell ket an den anaout dre e c'halloud e-unan. An amzer da zont, Doue hepken hen anave. Ma teu eta eun den da embann anezan, an dra-ze a verk eo an den-ze eun den-Doue, pe eman Doue, da vihanan, a-du gantan. Ar profesi a ziskoue galloud Doue, splannoc'h c'hoaz eget ar mirakl. Ar mirakl a ro ar vue d'eun den maro, a verk galloud Doue war eul lezen hepken; ar profesi, hag a gomz eus an amzer da zont, a verk galloud Doue war an holl lezennou, a ziskoue eo an Holl-C'halloudeg a gas pep tra endro, gant gouiziegez ha gant furnez, en pep lec'h hag en peb amzer. Profesiou a zo er Skritur-Zakr hag e oa displeget enne bue Jezuz Krist penn-da-benn, pell bras amzer arôk ma oa deut war an douar. Jezuz-Krist e-unan an eus grêt profesiou diwar e benn e-unan, diwar-beun Jeruzalem, diwar-benn e Iliz, hag a welomp o tont da wir gant an amzer. Skridou sant Yan o deus klozet amzer ar profesiou, hag an Iliz ne anave talvoudegez ebet d'ar re a c'hell bezan bet grêt abaoue. N'eo ket war lavariou evelse eo diazezet hon relijion. Hon fe, avat, a gav en profesiou ar Skritur-Zakr eun harp eus ar re grenvan. Red eo d'imp kredi; mes arabad d'imp kredi hep digare d'hen ober. Ar gelennadurez a deu d'imp, diazezet war ar profesiou, eo ar gwir hini. Kement-se na c'hoarve nemet gant kelennadurez Iliz Rom; rak-se, skler hag anat eo, hounnez hepken eo ar gwir hini, ha red eo d'imp, ma fell d'imp bezan salvet, kredi ar pez a lavar hag ober ar pez a c'hourc'hemenn. Naontekvet devez a viz C'houevrer SANT KONRAD Eus Trede-Urz sant Fransez (***-1351) Konrad a oa eun ôtrou bras ha pinvidik, a veve didrous ha dibreder gant e wreg, en kêr Plezanz. E blijadur oa bezan o chaseal. Eun devez, al loen goue ma oa war e lerc'h, a yeas da guz e-kreiz ar strouez, ha ki ebet n'helle ober d'ezan dont ac'hane. Konrad, ken dinec'h ha tra, a lak an tan er c'harz. Gwasan oa, an treo a oa kraz; an tan, eur wech krog, a redas, hag an avel hen c'houezas en douarou tro-war-dro, a oe dêvet an trevajou a oa enne. Konrad hag e dud a zizroas mezek d'ar gêr hag a guzas o zôl gwellan m'halljont. Eur paour kez den a oe tamallet da vezan laket an tân-gwall, hag e oad o vont d'e grougan. Konrad, o klevet kemend-all, daoust ne oa ket eur skouer ar vue gristen an evoa renet betek neuze, a deuas an drugare da c'honid e galon, a anzavas penôs e oa digouezet an darvoud, hag a roas e c'her da zigoll kement hini a oa bet grêt gaou outan. Evit gallout dont a benn eus a gement-se, e werzas kement tamm peadra an evoa, leveou ha dileveou, hag e roas aneze holl da zic'haoui e amezeien. Pinvidikan dijentil a oa gwechall en Plezanz a oa deut da vezan paouran den a oa o vale. Kement-se a reas d'ezan sonjal, da vat, pegen bresk eo plijadur ha pinvidigez ar bed-man, ha goude emgleo gant e bried, hi en em reas leanez hag hen a wiskas saë Trede-Urz sant Fransez. E oa en e bemp bla warn-agent. Mont a reas raktal da bardonan da Rom ha da Jeruzalem, hag en dizro, e chômas er Sisil, e kichenik Noto, elec'h ma tremenas an daou-ugent vla an evoa c'hoaz da vevan. Eno, eur groaz oa holl arrebeuri, holl meublaj e beniti; an douar noaz, e wele; eur men, e benn-wele; bara ha louzeier kri, e vagadurez; ar beden hag ar binijen, e breder pemdeziek. Daoust d'e vue pinijeunus, an drouk-spered a glaske dont a benn anezan, o lakat dirak e zaoulagad skeudennou eus e vue gwechall, evit rei c'hoant d'ezan da zilezel e beniti. Ar pez a ziskoue e tle ar c'hristen bezan bepred war evez, gant aon da vezan diskaret gant enebour e zilvidigez. N'eus forz pegen uhel e vefe savet eun den en skeul ar zantelez, e c'hall kaout lamm diwarni, ha goude ma vefe, kouls lavaret, eun troad d'ezan war dreujou ar baradoz, e c'hall kouezan en don an ifern. Beb an amzer, ar manac'h santel a yee da Noto, da bedi da iliz Sant-Nikolas, pe da Hibla, elec'h ma pareas eur c'hrouadur klanv gant an diskenn-bouzellou. D'an 19 a viz c'houevrer 1351, ar maro a lakas an termen d'e vue kalet, hag a zigoras dirakan doriou ar vue glorius. Dal ma tremenas, kleier Noto ha kleier Hibla a zonas aneze o-unan; ar bobl a redas da beniti ar zant, a zougas e gorf gant lid bras da iliz Sant-Nikolas, elec'h ma oe sebeliet, hag elec'h m'hen enorer abaoue. Pedi rêr sant Konrad evit an diskenn-bouzellou, ha de e ouel, en Noto, eleiz a dud a ve pareet diouz ar c'hlenved-ze. K E N T E L Dic'haoui an nesan Pa rêr droug d'an nesan, hep gouzout, evel ma tigouezas gant Konrad, a lakas, hep sonjal, an tan war drevajou e amezeien, eun dra vad eo e zigoll. Pa rêr droug d'an nesan, o c'houzout ha gant c'hoant d'hen ober, eo red e zigoll, rak, evel a lavar sant Augustin : Non remittetur peccatum, Nisi restituatur ablatum, Ar pec'hed n'eo ket pardonet, Anez digoll nep zo gaouet. I. — Rak-se 'ta, an neb a vir tra eun all, goude m'hen grafe hep gouzout d'ezan, a dle hen restôl, kerkent ha ma teu da anaout ar wirione, nemet re bell holl a vefe abaoue m'ernan an dra-ze etre e zaouarn. An neb a ra gaou ouz e nesan, o lakat anezan da goll, pe o viret outan da c'honid, ha goude ma 'n em binvikafe ket diouz an dra-ze, ma zo dislealded en e guden, a zo red d'ezan digoll. II — Ha gaou a c'haller d'ober, n'eo ket hepken ouz danve an nesan, mes c'hoaz ouz e vue, ar pez a zo gwasoc'h. Eur pec'hed euzus eo lazan an dud, kouls an dud klanv evel an dud yac'h, kouls ar c'hrouadur, arôk, zoken, m'eo ganet, evel an den en oad. Eur c'hristen n'hall lazan nemet enebourien e vro, war an dachen vrezel, hag e enebourien e-unan, pa glaskont e lazan da gentan, ha pa n'hall ket en em zizober dioute, nemet o skei gante tôl ar maro. III. — Gaou a c'haller d'ober, n'eo ket hepken ouz danve ha bue an nesan, mes ive ouz e vrud vat, ar pez a zo eur gwall dra ive. Ar vrud vat eo tra an den, ha gwir an eus d'he miret ha d'he difenn; ar vrud vat a zo tenn da c'honid hag êz da zispeim : Ar vrud vat a chom e tal an nor, Ar vrud fall a red betek ar mor. Gwell eo brud vat da bep hini, Eget aour melen 'leiz an ti. An neb a lem, hep digare, e vrud vat digant e nesan, a dle hen dic'haoui, gwellan m'hall ; anez, n'eus pardon ebet. IV. — Gaou a c'haller d'ober, n'eo ket hepken ouz danve, bue ha brud vat an nesan, mes ive ouz e ene, ar pez eo ar gwasan; ar pez a c'hoarve, pa zouger anezan d'ar pec'hed. Red eo rei dorn d'ezan da zevel; anez, n'eus pardon ebet. Ugentvet devez a viz C'houevrer SANT EUCHER Eskob Orleans (687-743) Orleans, kalonen Bro-C'hall, hag unan eus he c'hêriou kaeran ha pinvidikan, a welas ginivelez Eucher, ar zant a reomp ar gouel anezan hirie, hag he devoe an enor d'e gaout evit eskob. Eucher a deuas er bed er bla 687. E gerent, evel ma oa ar c'hiz en amzer-ze, a c'hortozas d'e vadezi ma vije goest da respont e-unan ouz goulennou ar vadeziant. Badezet e oe eta da bemp bla, ha sant Ansbert, eskob Autun, a skuilhas war e dâl dour-meur ar zakramant. Da seiz vla, e oe kaset d'ar skol, ha dont a reas hep dale da vezan trec'h da eleiz a vugale an hanter kosoc'h evitan. En eur studian hag en eur bouezan ar Skritur-Zakr, kouls hag ar pez a dremene endro d'ezan, e teuas da anaout pegen foll eo an darn-vuian eus an dud, a beg o c'halon ouz skeudou bresk an douar-man, hag, evit ober gwell, en em dennas en abati Jumiej (714). Eno e vevas kentoc'h evel eun êl, eget evel eun den, hag e zantelez a deuas da vezan ken brudet, ma teuas kêriz ha beleien Orleans, da varo Suavarik, o eskob, da c'hoantât kaout anezan da zerc'hel e blas. Eucher, pa oa galvet, a zizroas d'e vro. Bezan ' oe eun eskob eus an dibab. Ne zelle ket ouz e boan, pa vije afer da gelenn e bobl ha da lemel ar plegiou fall an evoa, pe a wele o kemer. Nikun n'helle derc'hel penn d'ezan, rak kement a garante a ziskoueze d'an holl, ma kared anezan, zoken, pa veze red d'ezan gourdrouz. En amzer-ze, ar Vahometaned, (1) eur 400.000 aneze, a zailhas war Bro-C'hall. Charlez-Martel, gant e zoudarded, a lazas 300.000 aneze, demdost da Boitiers (732), hag a reas d'ar re-all tec'hel war o c'hiz. Eur vad bras an evoa grêt, ha den n'hen nac'he. Gwasan ' oe, e teuas da gredi e oa adalek neuze pep galloud etre e zaouarn, hag e kemeras ar madou iliz da rei en gopr d'an dudchentil a oa bet gantan er brezel. Hanvan reas en penn an eskoptiou hag ar manatiou, tud hep gouiziegez ha hep santelez, evel ma vije an dra-ze eun dra hag a zellje outan. Eucher a gavas abeg ennan, ouz e welet oc'h ober ar pez a rê. Flatierien a roas da gredi d'ar prinz e oa bet eskob Orleans dizoare en e genver. Dallet gante, Charlez a reas forbani ar zant, a varvas en harlu, d'an 20 a viz c'houevrer 743. (1) Ar Vahometaned. da lavaret eo, diskibien Mahomet. — Mahomet (570-632). ganet en kêr Mek, en Arabi, marc'hadour, en penn kentan e amzer, a wele en e veajou relijion .lezuz-Krist o kreski dre ar bed, hag a lakas en e benn sevel enr relijion neve. « N'eus Doue-all ebet nemet Doue, ha Mahomet eo e brofed. » Setti aze, berr ha berr, e gelennadurez. Pedi pernp gwech bemde, ober yuniou striz alïes, ha kaout frankiz war ar rest, setu ar steuen eus ar gourc'hemeunou. Kelennadnrez ha gourc'hemennou a oe dastumct en eul levr hanvet Al-Coran. An islam oa hano ar relijion-ze, ha Musulmaned hini ho diskibien. Dre an dir hag an tan eo e klaskjod gonid ar bed d'ar fe neve. Mahomet ne oa ket da varc'hata gantan; unan a zaou a renked d'ober : anzav e relijion, pe gouzanv ar maro. Adalek ar bla 621 betek ar bla 1683, ar Vahometaned, Morianed an Afrik ha Turked an Azi, o deus klasket, den ne oar ped gwech, beuzi an Europ er gwad hag en hudurnez. Doue hag ar Werc'hez a zikouras ar gristenien da drec'hi enebourien o fe. K E N T E L An Eskibien An Iliz, evel an eus lavaret Hon Zalver Jezuz-Krist, a zo henvel ouz eur wezen, savet diwar eun haden, he deus kresket en eun doare souezus, a zo he barrou o c'holo pevar c'horn an douar, hag a deu lapoused an nenv da zisheolian dindanni ha d'en em vagan diouti. Kef an Iliz eo ar pab; ar skourrou eo an eskibien; lapoused an nenv eo ar gristenien. Dre an eskibien eo e red ar vue eus an eil penn d'egile d'ar wezen. Petra eo eta an eskibien ? An eskibien a zo beleien, a deu galloud d'eze, digant ar pab, da gas treo ar relijion endro, pep-hini en e eskopti. An eskibien eo breudeur ar pab ha tadou ar boblou kristen. I. — An eskibien eo breudeur ar pab. Jezuz-Krist, goude bezan lavaret da Ber : « Warnout e tiazezan ma Iliz, » a lavaras kerkent d'an Ebestel : « Et ha kelennet an holl boblou ». Ar pab eta a ziaze an Iliz, hag an eskibien hec'h astenn. Jezuz-Krist an evoa lavaret da Ber : « Kement tra a liammi war an douar a vezo liammet en nenv ;» ha lavaret a reas d'an Ebestel holl a-unan : «Kement tra a liammfet war au douar a vezo liammet en nenv.» Ar memes komzou int, nemet int bet lavaret da Ber e-unan, da gentan, ha da Ber, a-unan gant an Ebestel-all goude-ze, ar pez a verk eo striz an unvaniez a zo etre ar pab hag an eskibien, ha netra ne dle o dispartian. Au eskibien a zo barrou diês da blegan, ha diêsoc'h c'hoaz da derri. II. — Breudeur d'ar pab, an eskibien a zo ive tadou d'ar boblou a zo dindanne. I eo a ra soudarded da Jezuz-Krist, dre zakramant ar Gonfirmasion; i eo a ra beleien da Zoue ha d'an dud, dre zakramant an Urz; i eo a gelenn ar gristenien hag a lavar ar pez o deus d'ober, hag ar pez a dleont chom heb ober; i eo mistri holl barouziou o eskoptiou, evit ar pez a zell ouz mad an eneou, kenkouls hag ar pez a zell ouz danve an ilizou; i eo mignoned ar beorien ha kement hini a zo en dienez; i eo ar re a zo warne sell an holl; i eo erfin, evel a lavare Guizot, «ar re o deus grêt ar Frans, evel ma ra ar gwenan o rusken, » rak, o trei sellou an dud warzu an nenv, o greont muioc'h barrek da gas endro treo an douar. Ne vo nemet dre o dorn e kavo ar Frans a hirie he lufr a wechall ! Pedomp evit non Otrone Eskibien ! Kentan devez warn-ugent a viz C'houevrer Sant Pep Landen ha Santez Itta e bried (XVVet kantved) Ar zeizvet kantved eo kantved ar zantelez. Er zav-heol hag er c'huz-heol, e kaver eleiz a zent, en amzer-ze, ha bezan zo aneze o vervel en peb oad, hag o vevan en pep renk, kenkouls en ti soul ar paour evel en lez aour ar roue. Unan eus sent ar c'hantved-ze hag a zo kaeran o c'hurunen eo sant Pepin, a zo santez e bried, hag a zo eun tregont bennak, etre e vugale hag e vugale-vihan, etouez an dud kurunet er baradoz gant an Otrou Doue, ha pedet war an douar-man gant an Iliz. Genel a reas en Landen, war-dro ar bla 585. E gerent a oa pinvidik-mor. Abred e vevas en lez ar roue Kloter, eil eus an hano, ha hanvet e oe da ver ar palez, kentan karg ar rouantelez. Yaouank oa c'hoaz; mes e ijin hag e-zantelez a reas d'ezan bezan barrek diouz kement a zelle ouz ar garg vras a oa fiziet ennan. Al lezhaniou-man : « Ti beo ar furnez, skoazel ar vro, enor al lez, skouer ar pennou-bras, rener ar pennou kurunet, » a zo roët d'ezan er skridou koz, ar pez a verk ar vrud vat a oa anezan dre holl. Pepin eo a zavas Dagobert, mab Kloter, hag a reas anezan, daoust pegen pennadus e oa, gwellan roue eus gouen Merove a repas Bro C'hall. Lakat a reas eleiz a zent da rei dorn d'ezan da gas karr ar vro war rôk; en o zouez, ha gant ar re gentan, sant Alar, sant Ouan, sant Arnould ha sant Philiber. Lakat a reas lezennou an Iliz da vezan lezennou ar vro; gwiriou ar paour da vezan doujet, deveriou ar pinvidik da vezan embannet, ha gourc'hemenn ar garante etre an holl da vezan miret. Lavaret a rê alïes ar gomz-man eus ar Spered-Santel : « Al lealded a zao ar boblou hag an dislealded o diskar. » Pepin, nebeut goude rna oe hanvet da ver ar palez, a zimezas d'eur verc'h speredek ha santel, he hano Itta, a roas d'ezan tri grouadur : Jertrud, Begga ha Grimoald. Begga a zirnezas da Anjiz, hag eus o dimezi e c'hanas Pepin Heristal, tad-kunv an impalaer bras Charlemagn. En doare-ze, sant Pepin ha santez Itta. ouspen ma rojont eleiz a zent d'an Iliz, a roas d'ar Frans an eil gouen eus ne rouaned, a chômas war an trôn daou-c'hant vla hag ouspen. Pepin, evit ober eus e diegez an tiegez gaer ma teuas da vezan, n'ee ket dre gomz hepken d'e vugale, mont a rê ive dre skouer. Bemde, a lavar d'imp an histor, e veze gwelet o vont diarc'hen da c'houlenn an absolven digantsant Arnould, e govezour. O c'houzout eo ar beden ar pez a vir ouz gwalinier Doue da skei ar rouanteleziou, e reas sevel eleiz a vanatiou neve. Ar brudetan a oe savet en amzer-ze eo hiui Sant-Denis, demdost da Bariz. Eno, tri-c'hant manac'h, rannet en nao geur, a gane noz-de meuleudi an Otrou Doue : ar beden beurbadus-ze a lezhanver, en latin, " laus perennis". Ar roue Dagobert a varvas er bla 638. Sant Pepin a dremenas, en peuc'h ar C'hrist, daou vla goude-ze. Ne reas nemet diskenn pazennou an trôn evit pignal gant pazennou an ôteriou. K E N T E L Ar C'hovez alïes I. — N'eus netra gwelloc'h eget kovez alïes, evit miret an ene en gras Doue. Pec'hi a reomp bemde; perak eta kaout diegi o vont da govez alïes ? Daoust d'hon meimoziou start ha d'hon fedennou c'houek, ma n'eomp ket da govez alïes, ha ma ne deu ket. heb an amzer, gourdrouzou hon tad kovezour d'hon dihuni, hep mar ebet, e kouezfomp : ar skiant-prenan hen desk, siouaz. da bep den. II. — N'eus netra gwelloc'h eget kovez alïes evit ober kovezionou mat. Ar re ne dostaont ouz lez-varn ar binijen nemet bep bla, pe bep c'houec'h miz eo o deve dalc'h-mat an nebeutan da zlskargan : n'int ket krenv awalc'h ken, an hanter aneze, da zislagan diouz o eneou ar grammen stag oute. Seul pelloc'h e chom al loustoni da gailharan eun dra, ha seul diêsoc'h ve da gas kuit; gwir eo evit ar c'horfou, gwir eo evit an eneou. III. — N'eus netra gwelloc'h eget kovez alïes, ha derc'hel, anez digare vras, d'ar memes kovezour, evit lakat ar zantelez da vleunian en ene. An den zo dall war e glenvejou; dalloc'h war re e ene c'hoaz, kouls lavaret, evit war re e gorf. Ezom an eus eta eus unan bennak hag a welo sklêroc'h évitan, hag a vezo goest d'hen louzaoui a zoare. Mes tud a zo, ha dal ma welont eo anavezet o c'hlenved gant o c'hovezour, ma komzer d'eze, dreist-oll, eus difrarnman o zech mignon, eienen o brasan pec'hejou, a ve mall gante klask eur medesin neve hag en doare-ze, petra en em gav ? Chom a reont keit ha keit, ha pareanz ebet ne deu enne, pareanz padus, da vihanan ! IV. — N'eus netra gwelloc'h eget kovez alïes evit pourchas an ene a-benn ar maro. An neb a govez alïes a ve urz en e ene, hag elec'h ma ve urz e ve peuc'h. An neb a govez allïes a c'hall kouezan, mes o vezan ne raket a wap ouz an Otrou Doue, ma sao kentan ma c'hall, an Otrou Doue ne raio ket a wap anezan, kennebeut, hag a roio d'ezan ar c'hras da c'hallout kovez, arôk mont eus ar bed-man. An dud n'eont da govez nemet dre faë, peurliesan, da heur o maro, Doue a ra faë warneze ive, ha n'hallont kaout beleg ebet, arôk mont eus ar bed-man. Lakomp urz alïes en hon ene. Da heul an urz, e teu ar sklerijen hag ar peuc'h. Eil devez warn-ugent a viz C'houevrer Kador Sant Per en Antioch Sant Per, penn an Iliz war an douar-man, adalek m'oa pignet Hon Zalver Jezuz-Krist en nenv, ne chomas ket pell en Jeruzalem. Treuzi reas ar Jude hag ar Samari, o prezek ar fe neve a bep tu d'ezan, hag en em gaout a reas, war-dro ar bla 36, e-tal Antioch, kêr-benn ar Zav-Heol, en amzer-ze. Eno, ne zaleas ket da embann ar c'helou mat, hag eleiz a dud a c'houlennas ar vadeziant. Setu penôs e teuas Antioch, war-lerc'h Jeruzalem, da vezan kalonen ar bed kristen da c'hortoz ma vije Rom. En Antioch eo e oe lezhanvet, evit ar wech kentan, diskibien Jezuz-Krist, kristenien. Sant Per ne chômas ket nemeur a amzer er gêr-ze, rak, er bla daou ha daou-ugent, e kavomp anezan en Jeruzalem. Herodez Agrippa a oa o paouez en em gaout er gêr zantel, gant al lezhano a roue ar Jude. Evit en em dremen diouz ar judevien kounnaret eneb ar gristenien, e reas dibennan sant Jakez ha teuler sant Per er prizon. An Iliz a bedas, hep paouez, evit ar prizonier kez; eun êl a deuas d'e ziframman adre daouarn e enebourien hag e kemeras raktal hent Rom (42). K E N T E L Ar vad a ra Kador Sant Per Gouel an de ma teuas sant Per da chom da Antioch, evel gouel an de ma teuas da chom da Rom, a zo etouez ar re gosan en Iliz,hag a zo bet herz gwechall. Da genver an deiou-ze, ar gristenien a felle d'eze trugarekat an Otrou Doue da vezan bet ar vadelez da zigas tud, en e hano, da rei d'eze e gelennadurez. Ma vije bet lezet an dud o-unan-penn da gerzet etrezek ar wirione gant o spered hepken, den ebet, kouls lavaret, 'nije he zizet. Nag a dud, eme sant Thomas, ha n'o deus na spered na yec'hed ! Nag a dud o deus spered ha yec'hed, ha n'o deus ket a amzer ! Nag a dud o deus spered, yec'hed, amzer, hag a zo lezirek ! Ma vije bet lezet an dud, o-unan-penn, da gerzet etrezek ar wirione, gant o spered hepken, n'o dije he zizet nemet goude hirr amzer, rak ar ouiziegez, evel a lavare Bacon, eo rnerc'h an amzer : scientia, filia temporis. An den, dre natur, a zo grêt evit gwelet Doue en e skeud, ha nan en e skeud, evit gwelet Doue, evel ma wel eur c'hrouadur e grouer, ha nan evel ma wel eur bugel e dad. Doue, abalarnour ma kare an den, a zo bel falvezet gantan ober kaeroc'h d'ezan kalz evit ne oa dleet c'hoantaet an eus en em ziskouez d'ezan, tâl ouz tâl, evel m'eman en gloar ar baradoz. An den, anezan e-unan, n'helle ket anaout kement-se. hag abalamour da ze, dreist-oll, oa red da Zoue e-unan kelenn anezan. Setu perak Doue an eus komzet da veur a hini, hag en meur a zoare, ha breman e komz dre c'henou kement hini a aze, an eil goude egile, war Gador san Per. Darn a lavaro : « Doktored a oa war an douar; gant ar re-ze e c'helled en em demi, heb ezom eus Kador sant Per. » Da gentan, an Doktored-ze no ouient netra diwar-benn an eürusted dreist-natur a bourchas Doue d'ar re hen klask. Penôs o dije desket d'ar re-all ar pez ne ouient ket o unan ? D'an eil, an Doklored-ze ne vijent ket en pennad da rannan o gouiziegez gant ar re-all. An dud entre hag ar beorien, ouz ar re-ze ne rent van ebet. Anaout a rêr ger Horas : « Kâz am eus ouz an dud dizesk ha dister; » ha hini Volter : « D'ar bobl, evel d'an ejen, eun tol skourje hag eur c'hazeilhad foen a zo trawalc'h. » Ha goude m'o dije bet c'hoant da gelenn ar bobl, ne vijent ket bet evit dont a benn eus o zôl. rak n'en em glevent ket etreze, eme J.-J. Rousseau, nemet evit en em dabutal, ha ne oa ket daou aneze o lavaret memes tra. Ha goude m'o dije bet c'hoant, ha goude ma vijent bet goest da gelenn ar bobl, o galloud hag o c'hoant a vije bet didalve, dre ma n'eus ket ar bobl nag amzer, na spered awalc'h evit heuilh o c'helennadurez. Abalamour da ze, arôk ma tiazezas Jezuz-Krist Kador sant Per war an douar, ar baganed ne ouient ket petra da gredi, na petra d'ober evit mont d'ar baradoz. Lorc'h a dennent eus o gouiziegez; lavaret a rent e oant holl ouiziek, hag e keit-ze, e oant ken reuzeudik ma ne ouient ket anaout Doue zoken ! Pep tra a oa Doue evite, nemet Doue e-unan; kemer a rent ar vad evit an droug, hag an droug evit ar vad. Kador sant Per, eman ar miraklou hag ar profesiou pc'h ober postou dindani. Ar miraklou hag ar profesiou a zo testeniou skler da welet, hag êz da anaout d'an holl. An neb a c'hall en em harpan warne n'hell ket bezan ar gaou gantan, ha setu perak, eus an eil kantved d'egile, Kador sant Per eo Kador ar wirione. O 'n em vodan en-dro d'ezi, ar boblou a anavezas Doue : petra oa da gredi anezan, petra oa d'ober evitan, petra oa da c'hortoz digantan. O 'n em vodan endro da Gador sant Per, ar boblou troet, dre o zechou, muioc'h war an droug evit war ar vad, a gavas nerz da vale, dienkrez ha difazi, war hent striz ar vue. N'eo ket soue z eta en em vodfed gant dudi endro d'ar Gador vinniget-ze, hag e karfed anezi, pe hi a zo diazezet en Jeruzalem, pe hi a zo diazezet en Antioch, pe hi a zo diazezet en Rom. Anezi e koue ar sklerijen hag an nerz an eus ezom an den da astenn e re e-unan, ma c'hallo en em gaout en gloar ar baradoz. Trede devez warn-ugent a viz C'houevrer Sant Per Damian Eskob ha Doktor eus an Iliz (1007-1072) Per a c'hanas en Ravenn, er bla 1007, hag a oa ar yaouankan eus a seiz. E vreur henan, dre ma kave d'ezan e oant re a vugale evit an nebeut a zanve o devoa o zud, a 'n em glemme alïes anezan d'e vamm. Houman a deuas da skuizan o klevet e c'hourdrouzou, hag a chomas hep magan he c'hrouadur. Eur vreg vat a gemeras true ouz ar bugel, a vevas anezan en hanv Doue, betek ma teuas e vamm da gaot muioc'h a galon. Da bemp bla, e kollas e dud. E vreur henan hen c'hemeras neuze da bôtr-saout, hag a oe didrue en e genver. Koulskoude, ene Perig, en kreiz ar mor a drubuilhou an evoa da dreuzi, a gaerae bemde muioc'h-mui. Eun devez ma oa o vont da gas e loened da beuri, naon-du d'ezan, e kavas eur pezig arc'hant war e hent hag e lavaras outan e-unan : « Gant an dra-man, da vihanan, am bezo bara ! » Mes kerkent e chenchas zonj : « Ar blijadur verr-ze ne dalvezo ket d'in nemeur ! emezan. » Hag hen ha rei e bez en gwerz-oferen evit e dad, d'ar c'hentan beleg a zigouezas gantan. Doue ne zaleas ket da zellet a drue ouz ar paour kez emzivad. Bezan an evoa eur breur beleg, e hano Damian, a gare kalz, evel ma oa karet kalz gantan. Pa anavezas Damian pegen reuzeudik oa stad e vreur bihan, e kasas anezan gantan da zevel. Ar c'hrouadur, dre anaoudegez vat, a fellas d'ezan e vije hanvet Per Damian hiviziken, elec'h Per hepken. Damian, o welet an evoa spered, a reas d'ezan ober e studi en Faenza hag en Parm, ha dont a reas da vezan, en berr-amzer, enor skoliou-meur ar c'hêriou-ze, ha karget e-unan d'ober skol enne. Daoust pegen helavar, pegen pinvidik, ha pegen brudet oa deut da vezan, an den yaouank n'en em gollas ket gant e lorc'h. Lavaret a rê alïes : « Perak en em stagan ouz treo a deûz hag a dremen ? » Evit lakat e gorf da blegan d'e spered, e oa aketus da bedi ha da zougen eur gouriz reun dindan e zilhad war lein, ha pa wele, daoust da ze, tân an techou fall o vont da gregi ennan, en em strinke en kreiz an noz, en dour yen ar stêr, da vougan anezan. Mat oa d'ar beorien, hag e-unan e kare o gwelet o tibri ouz e dôl. Karet a re mont da bardonan d'al lec'hiou santel. A greiz ma oa en e vleun o vevan er bed, a vouzc'hoarze outan, e falvezas gantan kimiadi dioutan, evit gallout diazezan da vat ha kreski muioc'h-mui ar zantelez en e ene. Gwiskan a reas sae ar venec'h, en Fontavellan. Dont a reas da vezan skouer an holl, ha da varo an abad, e oe laket en e blas. Ac'hane, e roë an dorn da eskibien Rom da sturian bagig sant Per war eur mor a oa houlennus meurbed en amzer-ze. Ar pab Stephan IX a hanvas anezan da gardinal ha da eskob en Osti (1057.) Hep damant ebet d'e yec'hed na d'e vadou, e kerneras eleiz a breder gant e eskopti. Bezan oe ar pastor mat, ne dec'h ket, pa wel ar blei o sailhat war an denved. Skei a reas, didrue, kement hini a glaske hadan ar gaou en sperejou e vugale. Ar pab Nikolas II hen c'hasas, evel e gannad, da Vilan. Eno, eleiz a oa en em c'hrêt beleien, dre laer, hag a rê droug bras d'ar relijion. Per a deuas, dre gaer, a benn da c'honid Milaniz, ha terri a reas eus o c'harg an dud a Iliz ne gave na gouiziek na santel awalc'h. Divezatoc'h, ar pab Alexandr II hen c'hasas d'ar Frans da zibunan kudennou-all dem-henvel ouz hounnez, ha nebeut goude, daved Herri IV, roue au Alamagn, eur penn avelet a zen, a felle d'ean 'n em zispartian diouz e bried, hag i c'hoaz nevezik dimezet. Divezan ma oe kannad, a oe en Raveuu, etouez e genvroïz, a harpe o arc'heskob eskummunuget. Per Damian a reas d'eze dont enne o-unan, ha kompezan a reas pep tra. Pa oa o tizrei ac'hane, eun derzien vras a grogas ennan en Faenza. D'an navet devez, e kommunias dindan doareou ar bara hag ar gwin : « Heu gwelet a rejomp neuze, eme unan eus e vignoned, o veuzi e spered en Doue; e ene a dorras souden au ereou he stage ouz e gorf, ha paouez a reas da vevan war an douar. » E dremenvan a zigouezas d'an 23 a viz c'houevrer 1072. Tri-ugent levrig bennak savet gantan zo deut betek d'imp, hag abalamour da ze, Leon XIII an eus e lezhanvet Doktor eus an Iliz. K E N T E L Ar vinored Ar maro a zo bouzar ha dall; ne glev na ne wel. Diframman ra ar pried digant ar pried, ar mab digant an tad, ar verc'h digant ar vamm. An truezusan eo pa sko an tad hag ar vamm, ha pa chom war o lerc'h bugale yaouauk-flamm. Kement-se a zigoue beb an amzer, evit rei tro d'ar garante gristen d'en em ziskouez. Sevel e vugale e-unan, pebez karg vras ! Sevel bugale ar re-all, pebez aluzen gaer ! Ar Skritur-Zakr, er psalm 40, a lavar : « Eürus an neb a gemer preder gant an emzivad hag ar paour; pa deuio de an drubuilh, Doue a zelivro anezan; » Ra deuio an Otrou d'hen miret, ha ra deurvezo rei d'ezan hirr vue, hag e lakat eürus war an douar, heb e lezel da gouezan etre daouarn e enebourien ; » Ra deuio an Otrou da skanvât e boaniou, pa vezo klauv war e wele. Hen grêt ho peus, oc'h ôzan dindannan, evit ma vije gwakoc'h d'ezan goude-ze. » Ar c'homzou-ze a ziskoue ne c'hortozo ket Doue er bed-all, evit digoll ac'hanomp eus ar vad a c'hellfemp bezan grêt da vinored, hag e lakao e vennoziou da gouezan seul-puilhoc'h warnomp ha war hon ziegez, ma ouvefomp gwelloc'h lakat e zanve da dalvezout. Ma teu Doue da rei tu d'imp eta, greomp vad d'ar vugale emzivad; roomp d'eze hon zi, roomp d'eze hon bara, roomp d'eze, dreist-oll, hon c'halon, ma n'o devo ket re holl a zienez d'ar pez o deus kollet. Dre ar garante a ziskouezer en kenver an nesan, e tiskouezer ar garante en kenver Doue. Hag ahendall, digollet e vefomp betek evit ar bihanan banne dour a rofomp en han' Doue ! Pevare devez warn-ugent a viz C'houevrer SANT MATHIAS Abostol D'ar Yaou-Bask, daou-ugent devez goude ma oa savet skedus eus ar be, Hon Zalver Jezuz-Krist a bignas, diwar mene Olivez, en barr an nenv. Kerkent ha ma kuzas er c'houmoul e zremm binniget, an Ebestel, herve oa digemennet d'eze, a ziskennas da Jeruzalem hag a 'n em zastumas er gambr-lid, da c'hortoz donedigez ar Spered-Glan. Bezan e oa Per ha Yan, Jakez hag Andre, Philip ha Thomas, Berthele ha Maze, Jakob, mab Kleophas, Simeon ha Judas, mab Jakob. Mari, Mamm Jezuz, a oa gante; an diskibien a oa ive; eur c'houec'h-ugent bennak a c'hallent bezan, Per en o fenn. Hag an dra-ze oa an Iliz, a dlee bodan holl boblou an douar en anaoudegez hag en karante Jezuz-Krist. Hogen, en deiou-ze, Per a zavas hag a gomzas evel-hen : « Gwazed, ma breudeur, emezan, komzou ar Spered-Santel, kouezet eus genou ar roue David, a dle dont da wir diwar-benn Judas, rener ar re a grogas en Jezuz. » Judas a oa bet dibabet, evel pep-hini ac'hanomp, ha breman eo perc'hen ar park an eus prenet dre e dôl fall. En em grouget eo ennan; e gorf a freuzas dre an hanter hag e vouzellou a gouezas d'an douar. » Kement-se zo anavezet mat gant tud Jeruzalem, o deus roët d'ar park m'eo sebeliet ennan an-hano a Hacel-dama, da lavaret eo, Park ar Gwad. » Skrivet eo en levr ar Psalmou : "Ra chomo goullo e di, ha ra vezo roët e garg a eskob d'eun all. " » Red eo klask unan eus ar wazed-ze o deus heuilhet ac'hanomp, epad an holl amzer m'eo bet Jezuz o prezek er vro, adalek badeziant Yan, betek an de ma pignas en nenv, hag a vezo test ganimp eo zavet eus a varo da veo. » Kinniget e oe daou, Joseph Barsabas, lezhanvet ar Just, ha Mathias. Hag en eur beden, e lavarjont: « Otrou, c'houi hag a anave kalon pep-hini, diskouezet piou eus an daou-man ho peus dibabet da vont er plas chomet goullo, dre fallagriez Judas. » Tennet e oe etreze, hag ar sort a gouezas war Mathias, a oe, en doare-ze, laket etouez an unnek abostol-all. Da ze ar Pantekost, ar Spered-Santel a gargas Mathias eus e sklerijen hag eus e nerz, mes diês eo gouzout en petore bro ec'h eas an abostol neve d'embann ar C'hêlou mat. Ar pez a ouveer hepken, hep mar ebet, eo e skuilhas e wad, dre garante evit e vestr, goude bezan roët d'ezan, epad meur a vla, e holl amzer, e holl nerz hag e holl ene. Baronius a lavar e oe, da gentan, hanter-flastret e gorf a doliou mein, e oe staget goude-ze ouz ar groaz hag erfin dibennet. K E N T E L Red eo kenderc'hel da vevan en gras Doue Kaout c'hoant da vont d'ar baradoz, n'eo netra; an holl o deve ar c'hoant-se. En em lakat en penn an hent da vont d'ar baradoz, n'eo netra : an holl, de pe de, a ra eur gammed bennak. Kenderc'hel da vale war hent ar baradoz, eno eman an diêsan, ken bresk ha m'eo kalon an don, ha ken skanv ha m'eo e spered. Ha koulskoude eun dra red eo; anez, n'eus silvidigez ebet. « An neb a lak e zorn war lost an alar, eme Hon Zalver, hag a dro da zellet war e lerc'h, n'eo ket dîn da vont d'ar baradoz. » Red eo derc'hel, ha penôs, nemet o tôl evez hag o pedi ? I. — Red eo tol evez war gement benveg an eus roët Doue d'imp, evit e anaout, e garet hag e zerviji, abalamour ma c'hallomp gant ar benviou-ze, ober awechou labour fall. Red eo tol evez war hon spered : arabad hen lezel da redek aman hag a-hont ; arabad heu lezel dibreder. Red eo tol evez war hon c'halon. Mat eo he c'haout war an dorn, gant ma vezo an dorn-all warni. Arabad d'ar grouadurien kemer enni gwech ebet ar plas a enor; hennez zo da Zoue. Didalve eo klask tol evez war ar spered ha war ar galon, ma lezer gant au daoulagad frankiz da welet pep tra, gant an dis-kouarn, frankiz da glevet pep tra; gant an teod, frankiz da lavaret pep tra; gant an daouarn hag an treid, frankiz da vont en pep lec'h, da gemer pep tra ha d'ober pep tra. Red eo tol evez war ar vignoned fall a gaver war hent ar vue, «bleidi kri, eme Hon Zalver Jezuz-Krist, hag a deuio davedoc'h, gant eur c'hroc'hen danvad war o c'hein ». Red eo tol evez war an drouk-spered, tad ar gaou, ne glask nemet c'hoari troïou kamm d'an den, evit e jachan gantan d'an ifern. II. — Tol evez 'zo mat; tol evez 'zo red; tôl evez n'eo ket trawalc'h; red eo ive pedi. Heb ar beden pemdeziek, ne gendalc'her ket ! Ar beden a zo d'ar c'hristen ar pez m'eo e zioueskel d'al lapous. An dioueskel a zo, mar karet, eur bec'h d'al lapous. mes eur bec'h int hag a gar dougen, abalamour ma talvezont d'ezan da zevel dreist fank ha pri an douar, dreist drez ha spern ar mene, etrezek an heol a vale en oabl glas ha splann an nenv Evel ma kar al lapous e ziouaskel, e tleomp karet ar beden; hi ive a dalvezo d'hon ene da zevel ha da nijal dreist hudurnez hag ankeniou ar bed-man, betek trôn an Otrou Doue. Pempvet devez warn-ugent a viz C'houevrer An den eürus Robert Arbrissel Prezeger Brezel ar Groaz en Breiz Diazezour Urz Fontevrault (1047-1117) Robert, eur Breizad hag a reas enor d'e hano, a c'hanas en Arbrissel, seiz leo diouz Roazon, er bla 1047. E dad hag e vamm hen savas en karante ar Werc'hez hag en doujanz Doue. Ober a reas e studi en Breiz, da gentan, hag en skol-veur Pariz, goude-ze, ha dont a reas da vezan beleg ha doktor. Sylvestr de la Guerche, a oa neuze eskob en Roazon, o klevet ar vrud vat anezan, a fellas d'ezan e gaout en e lez, evit e zikour da gas e eskopti en dro. Ar beleg yaouank a lakas e holl galon d'ober evit ar gwellan al labour a oa fiziet ennan. Da varo e ôtrou, pevar bla goude, ar re o devoa bet da gemm dioutan a 'n em zavas en e eneb. Robert, elec'h derc'hel penn d'eze, a yeas da Angers, da ren skoliou-meur ar gêr-ze, en plas Marbod hanvet da eskob en Roazon. Eun nebeut blaveziou goude-ze, en em dennas en koat Kraon, en kreiz etre an Anjou ha Breiz. Eno e renas eur vue eus ar re strisan, ha daoust da ze, eleiz a dud a deuas da vevan dindannan, da zeski gantan an doare d'en em zantelât. Hogen, er bla 1076, Jeruzalem a oa kouezet dindan galloud ar Vahometaned. Gant se, kristenien an Douar-Santel a oa mantrus o doare, ha re ar c'huz-heol, evurus o vont da bardonan d'ar vro ma 'n evoa bevet ha ma oa marvet enni Hon Zalver, n'hellent mui ober o zro, hep bezan gwasket en tu pe du. Ar pab Urban II, goude bezan klevet hano eus ar reuziou a skoe pe a venne skei e vugale, a c'halvas ar bed kristen da gemer an armou enep diskibien Mahomet. An embann bras a oe grêt en Klermont, er bla 1095, dirak eur bobl diniver, en em gavet eno eus pevar c'horn ar Frans. « Soudarded Doue, eme Urban, kemeret ho klezeier, ha skoet didrue enebourien Jeruzalem ! Doue hen goulenn ! Diex lo volt ! » (1) Kerkent, eus kalonou an holl, ar youc'haden skiltrus, « Diex lo volt ! » a darzaz hag a lakas da dregerni hekleoiou ar meneziou tro-war-dro. Adhemar de Monteil, eskob ar Puy, a reas le da vont d'ar brezel, hag an darn vrasan eus ar re a oa eno a reas eveltan. Urban a c'hourc'hemennas d'ar re a dlee mont dindan an armou, stagan eur groaz mezer ru war o skoa. Abalamour da ze, int bet lezhanvet «Kroazourien» (2) hag o brezeliou, «brezeliou ar Groaz » (3). Evit kreski niver ar vrezellourien, ar pab a gargas Per an Ermit da brezek, en e hano, en Frans, ha Robert Arbrissel, en Breiz ha war-dro. Komzou an daou gannad a zougas frouez. Duk Breiz, Alan Fergan, Herve, mab Gwyomarc'h, kont Léon, Konan Penthevr, mab Jaffre, eleiz a dudchentil-all hag eur mor a Vretoned, war o lerc'h, a yeas d'ar brezel. Pemp bla a lakjont d'ober o zro; a-unan gant ar Zôzon, ar C'hal-laoued hag an Italianed, e tiframmjont be Hon Zalver Jezuz-Krist eus a zindan galloud ar Vahometaned. Pemp kant mil bennak aneze a varvas. Ar re aneze a c'hellas dizrei, a zigasas gante tammou eus ar wir groaz, a oe digemeret en Breiz gant lidou kaer. Robert Arbrissel a gemere peurz er goueliou-ze. Er bla 1099, e savas eun Urz neve a venec'h hag a leanezed, en Fontevrault, en Anjou; an Urz-ze a oe brudet bras hag a zo c'hoaz en e zav, en non amzer. En miz c'houevrer 1117, e kouezas gwall-glanv en Orsan. Leodegarius, arc'heskob Bourges, eur mignon d'ezan, a zigasas d'ezan e Zoue hag a roas d'ezan an nouen. En noz war-lerc'h, e c'houlennas relegou ar wir groaz. Nerz awalc'h a gavas da zaoulinan dirake. Neuze e lavaras e Gredo hag e c'houlennas pardon ouz Doue eus holl bec'hejou e vue, ha, dreist-oll, emezan, da vezan chomet heb ober impli vat awalc'h gant donezonou Doue. Roët e oe d'ezan eun absolven divezan, ha prest goude e tremenas, d'ar 25 a viz gouere 1117. (1) Diex lo volt : gallek koz. breman e vije lavaret Dieu le veut. (2) Les croisés. (3) Les croisades. K E N T E L Ar vad a reas brezeliou ar Groaz Hon zud koz, an dir war o zâl, ar groaz war o c'halon, ar c'hleze en o dorn, a gerze da ziframnian ar vro vinniget a vevas enni Hon Zalver, eus adre daouarn bugale Mahomet. Kristenien an Douar-Santel, ar Vahometaned a rê gwall reuz warne. Ar bardonerien a veze o pedi war be Hon Zalver a veze lazet an hanter aneze. Eus ar zav-heol, ar baganed-ze a oa o zonj en em ledan war ar c'huz-heol, ha d'o heul, eur mor a grizder hag a hudurnez a dlee dont da veuzi ar broiou kristen. Brezeliou ar Groaz a viras ouz an darvoud skrijus-ze da c'hoarvezout. Ar gêr zantel a gouezas etre daouarn ar Groazourien, da genver Gwener ar Groaz 1099. Godefroid de Bouillon a oe hanvet da roue en Jeruzalem, mes ne fellas ket d'ezan dougen eur gurunen aour, elec'h ma tougas Mab Doue eur gurunen spern. Eleiz a varvas en hent, mes evel a lavar ar re goz : Pa varver evel ma 'z eo dleet, Morse ne varver re abred. Ar rouantelez-ze, siouas, a gouezas adarre, nebeut blaveziou goude, dindan kraban an Durked. Ar gristenien n'en em glevent ket; kement-se a gollas aneze. Daoust da ze, koulskoude, brezeliou ar Groaz a reas vad, rak diskibien Mahomet, ma devoa trec'het ar gristenien, a oa dinerzet, hag abaoue, n'o deus grêt nemet mont e traou a nebeudou. Digeri rejont sperejou an,dud; lakat a rejont ar c'hommers etre ar zav-heol hag ar c'huz-heol da vont gwelloc'h endro; deski a rejont d'an Europeaned labourat gwelloc'h ar mezer, ar gwer, ar metal, ar paper, ar vein. Digas a rejont hadou eus ar zav-heol; ar c'hiz eus ar milinou-avel. En amzer-ze eo e oe savet an ilizou kaeran a weler c'hoaz en o zav. Ar c'hiz da gaout hanoiou-familh a deuas neuze ive; rak ar re a oa bet er brezel a c'hoantae rei o hanoiou d'o bugale, hag ar re-man, diouz o zu, a oa lorc'h enne ouz o dougen. En amzer-man, evel en drizekvet kantved, ar pez a goll ar gristenien eo ar breujou, a zav etreze diwar bep tra ha diwar netra. Ma karfe ar gristenien en em glevet evit ar vad, evel m'en em glev o enebourien evit an droug, netra na harzfe oute ! C'houec'hvet devez warn-ugent a viz C'houevrer Santez Mac'harit a Gorton Penitantez (1247-1297) Mac'harit a c'hanas en Alviano, en Toskan, er bla 1247. He mamrn he zavas en doujanz Doue; mes gwasan oe, e kollas anezi abred. He zad a addimezas, hag hec'h lez-vamm a oe drouk en he c'henver. Adalek neuze, he gened hag he yaouankiz he diskaras en berr amzer. Eun dijentil eus Monte-Pulsiano, hag a deue bep bla da drernen an hanv da Alviano, a reas anaoudegez ganti hag he c'haras. Ar verc'h, sorc'hennet, a yeas d'e heul hag a renas gantan, epad nao bla, eur vue hag a oe eur skouer fall evit ar vro hag eur rann-galon evit he zad. Eun dro bennak, an dijentil a yeas war ar mêz, d'ober eur bale en e dreo. Diouz an abarde, kaer a oa e c'hortoz, ne oe gwelet doare ebet d'ezan. Mac'harit, enkrezet, a gasas eur mevel d'e glask. An amzer a dremene, ha kelou ebet ne deue. En eun tol, setu ma wel o tont en ti, hanter-varo gant ar skuizder hag an naon, ar giez vihan a veze bepred o heul an ôtrou. Dal m'he devoe debret eun tamm bennak, e krogas en he broz d'ober d'ezi mont d'he heul, hag e tizoloas diraki korf an dijentil reuzeudik, lazet gant e enebourien, ha kuzet gante dindan eur bern douar ha strouez. Raktal, dorn Doue a skoas Mac'harit. Ar glac'har d'he fec'hejou a gargas he c'halon; daerou puilh ha c'houero a gouezas eus he daoulagad : « Mont a rin, emezi, da gaout ma zad ! » Evit gwir, eun nebeut deiou goude, eur c'hrouadur seiz pe eiz vla krog en he dorn, ar verc'h reuzeudik a zizroe da Alviano. He zad, daoust pegen poaniet oa bet gant he bue diroll, o welet ar c'heun a ziskoueze kaout, a vriataas anezi gant teneredigez. Mac'harit en em lakas neuze da ren eur vue neve, hag awechou, en iliz, dirak an holl, e c'houlenne pardon eus ar skouer fal he devoa roët d'he c'henvroïz. Kement-se a zisplijas d'he lez-vamm, a deuas d'he c'hasât kement, ma oe red d'ezi mont da chom da Gorton. Eno e c'houlennas bezan digemeret en Trede-Urz ar binijen, ha goude bezan bet lezet tri bla da c'hortoz, e oe erfîn selaouet he goulenn. Dre he finijennou kalet, e teuas a benn da drec'hi ken mat he c'horf, ma ne zantas youl fall ebet ken en he c'halon : karante Doue an evoa kemeret a-grenn plas karante ar bed. Goude bezan trec'het ar c'hig, enebour an diabarz, he devoe c'hoaz da stourm ouz an drouk-spered, enebour an diavêz. A-wechou, e lake hunvreou hudur pe heuzus da ziwan; en he spered, ha soniou divalo da vouboual en he diskouarn. Koll a reas e amzer. Hon Zalver Jezuz-Krist a 'n em ziskouezas d'ezi alïes, gwech war divrec'h e vamm, gwech war ar groaz. Eleiz a dud a deue d'he c'haout, a bep tu, da zeski ganti hent an nenv, ha mantrus eo ar vad a reas endro d'ezi. Ouspen ar vad a rê d'an eneou, e roë ar yec'hed d'ar c'horfou, e-kase an drouk-sperejou er-mêz aneze, e rè da zarn, zoken, sevel eus a varo da veo. Mervel a reas d'an 22 a viz c'houevrer 1297, ha kanv bras a oe grêt d'ezi gant he c'henvroïz. He c'horf, a-vec'h dislivet gant yenien ar maro, a zo c'hoaz en e bez, en de a hirie, ha diniver eo ar burzudou a c'hoarve en e genver. Beneat XIII a lakas anezi etouez ar zent, er bla 1728. K E N T E L Lagad ar vamm An tad, en eun tiegez, eo ar penn; ar vamm eo ar galon. An tad eo ar c'halloud, ar vamm eo ar garante; abalamour da ze, pa ve mat ar gerent, ar vugale a zo diês d'eze trei fall. An doujanz en kenver an tad hag ar garante en kenver ar vamm, mesket gant gras Doue, a vir ouz ar vugale da dec'hel diwar hent ar baradoz. An doujanz en kenver an tad a vezo kollet pell a vo, hag e vezo c'hoaz er galon eun elfenn bennak a garante evit ar vamm. Etre daou zen yaouank a oa o vale war heiit an dizenor, e savas trouz, eun devez, hag uuan a zarc'haoas tol ar maro gant egile. Kentan ger a gouezas eus genou ar muntrer a oe : « Ah ! pa ouveo ma mamm kement-man ! » Ar c'halloud an eus ar zonj hepken eus ar vamm, evit pellât he bugale diouz au droug, a zo dister en kichen ar c'halloud an eus he lagad. Ar re goz a lavare : Lagad ar mestr a vag ar marc'h Hag a laka barr-leun an arc'h. Lagad ar vamm gristen a vir he bugale war hent ar furnez. « An den a zo grêt d'e dri bla, » a lavare Joseph de Maistre ; ar pez a ziskoue pegen abred eo red d'ar vamm teuler evez war he c'hrouadur, evit e ziwall dioutan e-unan, da lavaret eo, diouz ar c'hustumanchou fall a c'hellfe da gemer a vihanik; ha diouz ar re a ve war e dro, gant aon na vefe, etouez ar re-all, unan bennak ha 'n eve ket evitan an doujanz a zo dleet kaout evit ar vugale. Ma tle ar vamm bezan eveziek, pa ve bihan he c'hrouadur, dre ma teu en oad, an , evezted-ze ive a dle mont war gresk. Eur vamm gristen a oar, ouspen, ne dalv ket d'ezi ober ar c'hed, noz-de, endro d'he bugale, ma n'en ern ziwallont ket o-unan. Rak-se, e kemero preder d'o lakat da garet ha da heuilh ar relijion; anez, n'hell ket bezan dinec'h. Reuzeudik eo an dud yaouank n'o deus ket eur vamm d'o hentchan, rak kenteliou eun tad, n'eus forz pegen mat e vefont, ne dalvezfont biken ar c'homzou a strink eus goueled kalon eur vamm ! Seizvet devez warn-ugent a viz C'houevrer SANT LEANDR Arc'heskob Sevill (***-596) Leandr oa ar c'hosan eus a dri breur, a oe eskob o zri hag a zo o zri war roll ar zent. Hen a oe arc'heskob en Sevill; Fuljans, an hini a deue d'e c'houde, a oe eskob en Esija; hag Isidor, ar yaouankan, a oe arc'heskob en Sevill, da varo e vreur henan. Leandr, adalek e yaouankiz, a oa brudet evel ar gwellan teodet den a oa en e amzer. Kement a spered a oa en e gomzou, ha dont a rent kement eus don ar galon, ma teue a benn eus an holl, kouls lavaret. Pa oe laket en penn iliz Sevill, Levijild, eur breur-kaer d'ezan, enebour touet d'ar gatoliked ha difennour bras an Arianed, a oa roue er Spagn. Levijild an evoa daou vab : Hermenejild ar c'hosan, Rekared an eil, arian o-daou evel o zad; mes Hermenejild a oe gonezet d'ar fe gant e bried. Dal mac'h anavezas ar roue an dra-ze, e reas prizonian ar prins hag e lazan, dre ne oa ket bet falvezet gantan digemer ar gommunion, da oueliou Pask, eus daouarn eun eskob arian (584). Rei a reas urz ive da harlui e vreudeur-kaer. Mes daou vla goude e kouezas gwall-glanv. Keun a deuas d'ezan da vezan grêt ar pez an evoa grêt, hag arôk e dremenvan, e reas d'an eskibien harluet dizrei d'ar gêr, ha d'e vab Rekared ober peuc'h gantê. Kelennet gant e eontr, Rekared a droas kein da falz-kreden Arius, hag a anzavas kreden ar gwir Iliz. Tud ar vro, ar re aneze a oa er gaou, a gemeras skouer war o roue (589). Bro-Spagn, adalek neuze, a gemeras da vat he renk etouez ar broiou kristen. Leandr a skrivas da C'hregor I, da gas d'ezan ar c'helou mat-ze. Ar pab bras a respontas da arc'heskob Sevill eul lizer eus ar re gaeran, ha d'e heul, e kasas d'ean eur pallium, gant ar geriou-man : « Kas a ran d'ac'h eur pallium a wiskfet da lavaret an oferen, d'ar goueliou brasan eus ar bla. Laouen a vefen o teski d'ac'h an doareou gwellan da gemer evit bevan ervat: mes anaout a rêr awalc'h santelez hoc'h oberou, hag evelse, ma c'homzou n'o deus vad ebet d'ober ken. » An eskob santel a vevas c'hoaz seiz vla, goude ar gonid kaer an evoa grêt da Jezuz-Krist. Stourm a rê ouz e dechou, dre ar yuniou hag ar pinijennou; magan rê e spered dre ar beden hag ar studi; dïouered a rê kement a c'halle, da rei d'ar paour; trei a rê an dud pinvidik war an aluzen, ha dougen a rê an holl d'ar zantelez. En e vlaveziou divezan, an evoe kalz da c'houzanv gant ar boan-izili. K E N T E L Ar re a zo en penn ar vro a respont An dud a zo savet dreist ar re-all, pe dre o renk, pe dre o galloud, pe dre o gouiziegez, a dle teuler evez war ar skoueriou a roont d'ar re a zo dindanne, rak seul-vui int savet uhel dreist ar re-all, ha seul-vui o deus da respont. Skouer vat eun den bras a zougo eleiz a frouez vat ; Skouer fall eun deu bras a zougo eleiz a frouez fall. En amzer-man, en hon bro, ne zeller mui nag ouz renk, nag ouz galloud, nag ouz gouiziegez. An holl gwersed o deus keit ha keit da welet; holl e roont an dorn, an eil d'egile, da gas karr ar vro war rôk. Gwersed Frans, ma o deus holl da welet, o deus ive holl da respont, ha setu ar pez a ankouaer, marteze, re alïes. Ma ve grêt eta lezennou fallakr, ar voterien fall a responto aneze dirak Doue, rak ar bilhed vot a ve lennet en daou lec'h, en ti-kêr hag en lez-varn an Otrou Doue. Ar bilhed vot eo alc'houe an ifern evit meur a hini hag alc'houe an islonk evit ar vro. En han' Doue, ra zigoro eta an holl o daoulagad ! Keun war-lerc'h ne dalv netra, Teuler evez eo ar gwella. Eizvet devez warn-ugent a viz C'houevrer Benviou ar Basion Ar c'hoareiz a zo savet en zonj eus ar yun kalet a reas Hon Zalver Jezuz-Krist, epad daou-ugent devez, arôk en em lakat da brezek e gelennadurez d'an dud. Savet eo ive evit ober d'imp en em bourchas dre ar binijen, ha, dre eun dizro war boaniou Mab Doue, lidan, evel m'eo dleet, an deiou ar bla eus Pasion ha Rezureksion Salver ar bed. An Iliz a oar nag a sklerijen hag a nerz a deu en hon eneou, pa garomp 'n em lakat a galon ganti war Basion Jezuz-Krist. Abalamour da ze, bep gwener eus ar c'hoareiz, e ra d'imp ober eur gammed bennak war an hent a ya eus mene Olivez da vene Kalvar. D'ar gwener kentan, ec'h enor kurunen spern Hon Zalver. D'an eil gwener, ar goaf a doullas e galon hag an tachou a doullas e zaouarn hag e dreid. D'an trede, al lienach ma oe sebeliet enne korf maro-Hon Otrou. D'ar pevare, e bemp gouli. D'ar bempvet, e wad presius. D'ar c'houec'hvet, seiz glac'har e Vamm benniget. N'eo ket souezus e vefe bet dastumet, pisan ma oe gallet, benviou ar Basion, kemend-all a garante o devoa an Itron-Varia, ar merc'hed santel, an ebestel, Joseph Arimathi ha Nikodem evit an Otrou Krist. An darn vrasan eus ar benviou-ze a zo chomet hep bezan peurzismantret gant ivinou an amzer. Ar gurunen-spern, heb an drein, a zo en Pariz. Ar roue sant Louis a brenas anezi digant Yan Brienn, impalaer Konstantinopl, hag a reas sevel ar Chapel Zantel, eur pez labour dudius, evit he digemer. An drein a zo rannet a-gle hag a-zeou. Iliz-veur Kastel-Pol he deus an enor da viret unan aneze; eun all a zo en Andria, en Itali, hag a deu ar beradou gwad, êt outan diouz penn Hon Zalver, da vezan beo, bep gwech ma koue Gwener ar Groaz de gouel ar Werc'hez, en miz meurz. Ar goaf a zo miret etouez relegou diniver iliz Sant-Per, en Rom. Eun tach a zo miret en Rom, eun all en Trev; eun all zo teuzet en kurunen impalaered an Hongri; eun all 'zo kollet en mor Venis. Ar zaë hep gwri, a rannas ar zoudarded etreze, war vene Kalvar, a gouezas etre daouarn santez Helena, a roas anezi da iliz Trev, elec'h m'hen mirer c'hoaz en de a hirie. Al lienen da zebelian a zo en Turin. Roue an Itali eo he ferc'hen. Ar wir groaz a zo krenn dammou anezi en Rom hag en Pariz. En meur a barouz e zo bruzunou, ha gante e ve binniget ar bobl kristen, gwech an amzer. An hevelep de, e rêr gouel sant Ruellin pe Rivelen, diskennet en Breiz gant sant Tual, e kerz ar VIet kantved, ha deut da vezan, war e lerc'h, abad hag eskob Landreger. Eun ti eus kêr Landreger a doug c'hoaz e hano. K E N T E L An devosion da Basion Hon Zalver An devosion da Jezuz-Krist, en e Basion, a zo bet, a-viskoaz, unan eus an devosionou karet ar muian gant ar zent. Sant Pol a lavar d'imp ne fell d'ezan anaout netra nemet Jezuz-Krist, ha Jezuz-Krist stag ouz ar groaz. Sant Fransez Asis, dre e zevosion da Jezuz-Krist en e Basion, a veritas dougen war e gorf pemp gouli Hon Zalver. An holl zent a c'hourc'hemenne an devosion da Basion Jezuz-Krist, evel louzou mat eneb an dentasionou. ha netra n'hell hon lakat da garet an Otrou, kement hag ar gwel eus ar pez an eus teurvezet gouzanv dre garante evidomp. Petra c'helle d'ober, ha n'en deus ket grêt ? Bezomp eta devot bras da Basion .lezuz-Krisl. Greomp hent ar groaz alïes, hag e keit ma heuilhfomp Mab Doue war hent ar C'halvar, hep mar ebet, e kresko en hon spered an heûz ouz ar pec'hed, penn-abeg da holl boaniou Mab an Den. O ma Zalver, c'houi hag ho peus gouzanvet abalamour d'in, desket d'in ive gouzanv abalamour d'ac'h. Evit ma zilvidigez eo e c'houzanvet, mes hoc'h Abostol an eus lavaret d'in e vanke eun dra bennak d'ho Pasion, evit bezan talvoudek, hag e oa ma hini. Roët d'in eta nerz awalc'h da bignal, gwech an amzer, ho kalvar, ha da unani ma fasion gant hoc'h hini, o c'houzanv ma foaniou hep en em glemm. Etouez pec'hejou an dud hag a zamm ac'hanoc'h, eman ma re. Er gwad-ze a redas diwar ar groaz d'an douar, beradaou a redas abalamour d'in. Poaniet on gant ar zonj-ze. Pardon eta, ma Jezuz, pardon ! Miz Meurz AR C'HOAREIZ An daou-ugent devez arôk Pask a zo bet gwestlet d'ar bnijen gant an Ebestel o-unan. Ar yun eo, dreist-oll, pinijen ar c'hoareiz. Gwechall e oa pemdeiek. Yunet a vije en eur diouered ar c'hig, an uou, an aman, al lez, hag en eur dremen gant eur pred hepken. En amzeriou kentan an Iliz, e vije grêt ar pred-ze da guz-heol. Ahendall, difennet e oa, dre lezen ar gouarnamant, an holl ebatou ha plijaduriou, zoken ar chase; al lezvarniou a vije goullo, ar brezeliou a renke paouez. Ar c'hoareiz a bad daou-ugent de, diouz skouer ar pinijennou digaset gant Doue gwechall, hag a bade, gwech daou-ugent de, gwech daou-ugent vla, evel an Dour-beuz, pinijen Israël er gouelec'h, yun Hon Zalver. An Iliz a c'houlenn digant ar C'hristen, epad ar C'hoareiz, heuilh skouer Jezuz-Krist war ar Mene : karet ar retred, yun ha pedi eveltan. Ouspen, e c'hourchemen d'ezan ober aluzen, pleustri e zakramanchou, prederian war Basion Hon Zalver, ma vo treuzet e galon gant birou ar binijen ha krouet ennan, ' benn ar Pask eur galon neve-flamm. Kentan a viz Meurz SANT ALBIN Eskob Angers (470-549) AIbin a c'hanas en eskopti Gwened, er bla 470, en parouz Langidik, a dud kristen ha pinvidik bras. Daoust ma ne oant ket gwall laouen o welet anezan oc'h ober ar pez a rê, en em dennas, en e yaouankiz, en manati Cincillac, e kichen an Naoned. Eno, en em westlas d'an Otrou Doue, hag e talvezas abred da skouer d'an holl. Da bemp bla ha tregont, e oe hanvet da abad, ha dindan e renadurez, pep tra a yeas war wellât. Striz evitan e-unan, mat evit e vreudeur, e reas d'eze kerzet, primoc'h evit biskoaz, war hent ar zantelez. Pemp bla warn-ugent oa e oa en penn e vanati, pa oe hanvet da eskob Angers, gant beleien ha kristenien ar gêr-ze. En em rei a reas holl d'e bobl. Mat oa da welet ar paour, ar c'hlanvour, ar reuzeudik. Pa veze ezom da zifenn gwiriou an Iliz, nag ar pedennou, nag ar gourdrouzou n'hallent ober d'ezan souzan, hag abalamour da ze, lies a wech e lakas kasoni meur a hini d'en em ziskouez. En e amzer, eskibien Bro-C'hall a 'n em vodas, war e ali, en Orleans. En em glevet a rejont eno, da gentan, diwar-benn ar Judevien, evit ober d'eze chom en o zier, adalek ar Yaou-Gamblid betek al Lun-Fask, abalamour ma tôlent dismeganz, dre o c'homzou hag o oberou, war goueliou Pask. D'an eil, diwar-benn ar veleien a skouer fall, a dlee bezan torret diouz an oferen, ha serret en eur manati bennak, ma ne blegent ket goude ar gentel-ze. D'an trede, diwar-benn an dimeziou etre kerent-nez, hag a oa nul, hag ar gerent a yee evelse, an eil gant egile, a dlee bezan eskummunuget. Ar roue Childeber a roas harp d'an eskibien, evit lakat miret ar gourc'hemennou-ze dre ar vro. Albin, eus e du, n'eus fors pegement a drouz a vije gret d'ezan, a chome start en e lezen. Bezan 'oa eur wech, en e eskopti, eun ôtrou bras a oa dimezet gant unan eus e gerent-nez hag a oa eta kouezet dindan an eskummunugen. Eskibien a oe hag a reas kement war Albin, ma lakjont anezan da absolvi an den-ze ha da gas d'ezan ar bara binniget, da ziskouez e oa savet, a neve, en renk ar gristenien. Koulskoude e lavaras d'e genvreudeur : « Holl oc'h eneb d'in, ha senti ran ouzoc'h ! Mes ma n'eo ket dleet sevel an eskumrnunugen diwar ar pec'her-ze, Doue a c'hall c'hoaz hen miret ! » Ha Doue hen miras, rak ar paourkez dijentil a varvas en eun tol, arôk ma oa 'n em gavet gantan kannad ar zant. Albin a deuas keun d'ezan neuze da vezan bet re losk, hag a y'eas da Arl da gaout sant Sezer, da c'houlenn digantan petra d'ober evit repari e vank. Pa zizroas, skuizder an hent hag ar gozni a gasas anezan d'ar be. Wardro pevar-ugent vla a c'helle bezan, hag abaoue eur bla warn-ugent e oa en penn eskopti Angers. K E N T E L Ar bara hag ar gwin binniget, Epad tri c'hantved kentan au Iliz, ar gristenien a gommunie bemde dindan doareou ar bara hag ar gwin. Ar vugale, koulskoude ne vezent kommuniet nemet dindan doareou ar gwin, hag ar re vras ha n'hellent ket dont d'an oferen, ne vije kaset ar gommunion d'eze, d'ar gêr, nemet dindan doareou ar bara. Er pevare kantved e teuer ha ne dostaer ket ken alies ouz an dôl zantel. Neuze eo e teu ar c'hiz da rei bara ha gwin binniget d'ar re n'o deve ket bet an eurvat da c'hellout kommunian. Evel ma ranne ar gommunion, an oferenner eo a ranne ive an treo binniget-se être ar gristenien, hag ar re-man, ouz o reseo, a boke d'e zorn hag a rê sin ar groaz arôk o dibri hag o evan, Eun nebeut eskibien bodet en Naoned, er bla 638, a lavare : « An dud fidel, pa 'z eont da zibri ar bara binniget, a die kemer ive peb a vanne gwin binniget. » En daouzekved kantved, e koue ar c'hiz da gommunian an dud fidel dindan doareou ar gwin : aon a veze da skuilh ar goad presius. Dam ive a gave rukunus evan en eur c'halur war-lerc'h eun all; koustus oa evit an ilizou pourchas kement a win oferen evel ma renked ober. Ar c'hiz da rei gwin binniget a yeas en traou, nebeut awalc'h goude-ze, nemet en Goueled-Leon, hag en eur barouzig bennak eus Bro-Gerne, elec'h m'eo miret bepred evit an eureujou. An dud o deve an enor da rannan an treo binniget-se, d'ar zuliou ha d'an eureujou, a dle ober gant respet ar pez a zo en o c'harg : labour an dud a ôter a reont; kaout a dleont santelez an dud a ôter. Ar re a roer d'eze an treo binniget, arôk o reseo, a dle kas tri biz kentan o dorn deo d'o genou, en zonj eus ar pok a roe gwechall, d'an Agnus Dei, ar beleg d'ar gristenien, hag ar gristenien an eil d'egile, hag a verke ar garante a dlee bezan etre diskibien Jezuz-Krist, arôk mont da azezan ouz tol e zakramant. Ober a dleont ive sin ar groaz arôk o dibri hag o evan. Ar bara hag ar gwin binniget a zo grêt evit rei ar yec'hed da gorf ha da ene ar re o c'hemer gant fe ha gant doujanz. Eil devez a viz Meurz SANT JAOUA Eskob Bro-Leon Jaoua a oa ginidik eus an Iverzon (1). Ober a reas e studi gant sant Pol, en Breiz-Veur, ha diskenn a reas gantan en Breiz-Izel. Douaran rejont en bro Talmeze. Bezan e oa gante beleien ha menec'h. Er vro-ze, e oa neuze eur c'hoat bras; sant Pol hag e ziskibien a zavas ennan pep-hini e beniti. Jaoua an evoa savet e hini e-tal eur feuteun, dour-sklêr ar garreg o redek anezi. Gwasan oa, an eienen-ze he devoa eur perc'hen-all, eur c'hôle goue, hanvet amboubal er skridou koz, hag al loen-ze ne oa ket jalet da rannan gant den e beadra. Peniti Jaoua a lakas anezan da benn-foli. Epad ma oa et ar manac'h da bedi gant e vreudeur, hen, gant e gerniel, a ziskaras mogeriou mouded e amezeg, hag a zismantras e doen brankou. Ar manac'h, en dizro, a adsavas e di; an amboubal, kounnaret gwasoc'h gwaz, hen diskaras eun eil gwech. Daou Vreton 'oant o daou, pennou kalet eta; hini ebet aneze ne c'houlenne plegan. Peder gwech oa bet savet ar peniti, ha peder gwech oa bet freuzet. Jaoua, skuiz, a reas e glemmou da zant Pol. - Ro d'in da lochen, eme heman, ha kemer ma hini. Diouz an abarde, an amboubal, pa welas an den santel war bennou e zaoulin dirak al lochen, a c'hourvezas mezek e-harz e dreid. Pol a reas sin ar groaz warnan : tec'hel a reas en dônder ar c'hoat, hag abaoue, ne oe gwelet doare ebet d'ezan ken. Goude bezan tremenet eur pennad er vro-ze, a hanver abaoue Lambol-Witalmeze, Jaoua, da heul e vestr hag e genvreudeur, a dreuzas an Aber-Benniget hag an Aber-Wrac'h hag a zigouezas en Kastel. Eno, sant Pol a oe grêt eskob Leon, ha Jaoua a roas an dorn d'ezan da astenn dre ar vro rouantelez Jezuz-Krist. Hanvet e oe da abad en manati Ak, ha goude-ze, en manati Baz. Evel m'oa bet mat ha karantezus evel Jezuz-Krist, etouez an dud m'oa bet o kelenn, e oe habask hag izel a galon etouez ar venec'h, e vreudeur, an evoa da ren. Sant Pol, deut da vezan dinerz, a c'hoantaas rei an dilez eus e garg, hag a zibabas Jaoua da bignal en e gador. Mes a vec'h ma oa bla abaoue ma oa azezet warni, ma nijas da gemer e ziskuiz en baradoz an Otrou Doue, o lezel, en kreiz ar c'hanv hag ar gouelvan, sant Pol a gare anezan evel e vab, hag ar bobl m'oa bet evitan, abaoue e yaouankiz, eur skouer da welet hag eun dudi da glevet. Korf sant Jaoua a oe sebeliet en Plouvian, ha divezatoc'h, e oe savet eur chapel war e ve. (1) En galleg. Irlande, Hybernie, pe Erin. K E N T E L An dud a benn Mar kollomp, ni, kristenien, gant enebourien Jezuz-Krist, n'eo ket abalamour m'hon defe nebeutoc'h a nerz, nebeutoc'h a spered ha nebeutoc'h a zanve evite, mes, m'oar vat, abalamour m'hon deus nebeutoc'h a benn. Petra eo eta an dud a benn ? An dud a benn eo ar re a oar gouzanv, stourm ha gortoz. I. — Ar re goz a lavare : Gouzanv an dud hag an amzer A zo daou dra red da ober. Ma ne wellaer ket an amzer o youc'hal warnezan, e fallaer an dud o kounnari oute; poan e ve gant an amzer, poan e ve gant an dud, mes red eo kaout poan en eun doare pe zoare. Etouez ar muian drein eman ar braoan roz. An den n'an eus bet poan ebet en e vue, n'eo den ebet; seul-vui e ver bet kizetlet gant kizel ar boan ha seul-vui den e ver. II. — Tud a zo hag a oar gouzanv, mes betek re eo e c'houzan-vont, rak a-wechou, stourm a zo ken red ha gouzanv; stourm hep digare a zo bezan trabaser; chomp hep stourm, pa ve digare, a zo bezan didalve ha lez-ober. Tud a zo, ne reont van ouz netra; ha goude ma welfent trei ar bed holl war an tu gin, ne lavarfent ger. Si a gavont, avat, en kement hini a stourm ouz an droug; ar re-man ' zo tud a vrezel, war o lavaront ; i, avat, diouz o c'hlevet, a zo tud didrous. En gwirione, didrous int, rak kousket int en mailhuren o lezirefez. An dud-ze n'int ket tud a benn, stroberien n'int ken ; an dud a benn a gar hag a oar stourm, pa ve red. III. — An dud a benn a oar gortoz. Darn a zo hag a gred eo dleet d'eze kaout ar viktor d'ar c'hentan tol skoa ha d'ar c'hentan tol teod a zistagont, hag a zo souezet, zoken, o welet an nebeut a chenchamant a zo deut war o lerc'h. An dud a ve kollet a vagadou Ha Kalvet a hiniennou. An droug a ve grêt en berr-amzer; ar vad a deu divalo; hag an dud a oar gouzanv stourm ha gortoz, ar re-ze, hepken, hen digas. Red eo sevel goude al lamm kentan, goude an eil, goude an trede; sevel hirie, varc'hoaz ha bepred. An dud a benn eo a gas an treo endro, war an douar-man; an dud berboellik a ra niver, ha netra ken : Bezomp bepred Bretoned, Bretoned, tud kalet. Trede devez a viz Meurz SANT GWENNOLE Kentan Abad Landevennek (461-532) En amzer-ze, e oa eun den brudet, e hano Fregan, kenderv ar roue Breizad Katoui... Gant e zaou oanig, da lavaret eo, e zaou vab, Gwezenok ha Jakut, hag o mamm Gwenn, hag eun nebeudik tud-all, e treuzas mor Breiz, oc’h ober hent warzu Bro-Arvor, a oa disheoliet mat d’ar c’houlz-ze gant ar c’hoajou bras a c’holoe anezi eus an eil penn d’egile. » Douaran ’ reas en porz Brehak, war-dro pemp heur diouz an abarde. En em lakat a reas raktal d’ober eur bale en douarou tostan. Dizoloi a reas eur mêzou, bras awalc’h da c’hallout sevel ennan eur ploue, gwaskedet gant ar c’hoajou, klozet tro-dro gant ar strouez ha douret gant dour stêr ar Gwad. Sevel a reas eno e lojeiz. » Hepdale, niver ar re a oa gantan a greskas. Eleiz a zanve o devoa : Ploufregan, ar gentan parouz pe ar c’hentan Ploue a zo hano anezan en Breiz, a oa savet (460). Eno eo e lakas Gwenn eun trede bugel er bed. Hanvet e oe Gwennole gant e dad. Tleout a rê bezan unan eus an dud a lezas dônan o roudou en douarou Breiz. Da seiz vla, Gwennole a oe kaset d’ar skol gant sant Budok, da enezen Laure. Gwech an amzer, ar pôtr a deue, koulskoude, da welet e gerent, hag eun dro bennak da vihanan, e c’hoarvezas eun neventi, epad ma oa er gêr, hag a roas da anaout ar c’halloud an evoa dirak Doue. Eul leo diouz Ploufregan, en park an derven, e oa deut da chom eur Breizad-all, e hano Rhigall. Na Fregan, na Rhigall ne oant gwell droet gant al labour-douar ; troetoc’h kalz e oant gant ar c’hezeg. Hogen, en amzer-ze, e oa kezeg goue, a vandennou, o redek en dônder ar c’hoajou ; gant dreven ha lien e veze tapet ha kabestret ar re yaouankan ha stummet kaeran, ha, dre forz preder e teued a benn d’o donvât. Fregan ha Rhigall a deuas evelse da gaout peb a varchosiad kezeg kaer ; mes dalc’h-mat e save tabut etreze da c’hout da biou oa ar re vuhannan. Setu m’en em glevjont eta, eun devez, d’ober eur redadeg gant ar re wellan a bep tu. Kement-se a oe grêt, da gredi eo, war an trêz ; reier an torrôd oa ar pal. Pôtred yaouank skanv a bign war ar c’hezeg, mes ar re-man, o vezan ne oa ket barrek kaer ar re a oa gante, e lec’h mont war eün gant o hent, a yee a-gle hag a-zeou. Eur marc’h hepken, war e gein Maël, mab yaouank Konomaël, gwestegnet ha reizet gwelloc’h gani e varc’heg, a gerz eun tenn etrezek al lec’h a oa da dizout. Tud Fregan, o welet kement-se, o vezan ma oa Maël diouz o zu, a oa lorc’h ennê hag a lakas an hekleoiou tro-war-dro da dregerni gant o youc’hadennou laouen. Mes siouaz, ar marc’h, o tostât ouz ar pal, a zirollas hag a yeas, a benn-kaer, d’en em strinkan war ar reier elec’h m’en em lazas. Ar marc’heg, stlapet d’an traou ha torret e izili, a gollas e anaoudegez, ha darn a gredas e oa maro. Neuze, al levenez a droas en gouelvan. Gwennole a oa eno, deut da welet ar gouel. Pedi rejod anezan da gemer true ouz Maël. Diskib yaouank sant Budok a deuas a benn, dre e bedennou, da zivatan ha da barean, en eun tôl, e vignon reuzeudik. Gwennole an evoa neuze ugent vla. Daou vla goude, e kimiadas diouz e vestr karet hag e teuas, gant unnek eus e ziskibien, da ziazezan ar c’hentan lann pe ar c’hentan manati a zo hano anezan war douar Breiz-Izel ; hini Landevennek. « Savet eo en eul lec’h klouar ha brao. Ar c’hentan a wel er vro ar bleuniou o tigeri, an divezan a wel an deliou o kouezan, eul liorz gwaskedet ouz peb avel ha marellet gant bleuniou a bep liou. » Eno, Gwennole hag e vreudeur a ziskaras gwe, a zavas eun iliz ha peb a beniti endro d’ezi, a droas an douar hag a hadas anezan. Ar re gentan oant o tont da chom er c’horn-douar-ze ; kemer a rejont ar pez a blije d’eze. Ar vrud eus Landevennek hag eus e abad a yeas betek Kemper elec’h ma oa ar roue Grallon o chom. Grallon ha Gwennole a deuas da vezan mignoned bras, ha labourât a rejont o-daou da gristenan Bro-Gerne ha da ziazezan eur gador-eskob en Kemper, gant Korantin war-nezi, da gentan. Daoust ma oa trec’h, hag a-bell, d’e venec’h, dre e c’halloud hag e ouiziegez, Gwennole a oe bepred izel a galon, evel eur bugel, ha troet gant ar binijen. Bara heiz oa e vagadurez; eur c’holc’hedad krec’hin gwez e wele ; epad ar c’hoareiz, ne gemere nemet daou bred er zun. Mes daoust ma oa striz en e genver e-unan, ne oa ket rok en kenver ar re-all ; ne oa ket uheloc’h an eil ger d’ezan evit egile. Bepred e veze laouen ha netra n’helle strafilhan e ene. Gwennole a varvas er bla 532. O c’houzout e oa tost d’e dremenvan, daoust ne oa ket klanv c’hoaz, e vodas e venec’h hag e kimiadas dioutê. Goude-ze, e lavaras an oferen hag e kommunias dindan doareou ar bara hag ar gwin. Neuze, en e zav en kreiz an ôter, harpet war daou eus e venec’h, e tremenas hep poan, d’an 3 a viz meurz. K E N T E L An dristidigez Sant Gwennole a veze laouen dalc’h-mat ; e boaniou an evoa koulskoude, evel ma ’n eus pep den, mes n’hellent ket noazout ouz peuc’h e ene ; kemeromp skouer warnezan, rak an dristidigez a zo unan eus ar c’hlenvejou gwasan a c’hell kregi en den ! An dristidigez a bella ar Spered-Santel, rak ar Spered-Santel eo al levenez memes, hag abalamour da ze, e ve lavaret eus eun den hag an eus levenez gwalc’h e galon, eo laouen evel ar Spered-Santel. An dristidigez, ma lak ar Spered-Santel da bellât diouz an ene, n’eus ket par d’ezi, war dâl eun den, kennebeut, evitl akat an drouk-spered da dostàt outan. Bep gwech m’en em laouennaomp herve Doue, bep gwech e roomp eur laz d’an drouk-spered, eme Origen. Quoties in Deo gaudemus, toties diabolum flagellamus. An dristidigez, ma ra droug ha droug bras d’an ene, ne ra ket a vad d’ar c’horf kennebeut, pell ac’hane. Ma lak an ene da gouezan prim etre skilfou an drouk-spered, e lak ive ar c’horf da gouezan en tenvalijen ar be, kentoc’h evit ne oa dleet : an dristidigez eo c’hoar ar follente. Gwelet ho peus bet, marteze, ar c’hreiz hag an traou eus ar meneziou uhel, goloet a goumoul, skoet gant barrou arne spontus, epad ma ve o c’hribennou beuzet en sklerijen dudius an heol. Evelse e tle bezan hon ene, en kreiz hon brasan poaniou a gorf, a spered, pe a galon ; laouen bepred, ha daoust da bep tra, rak, eme sant Fransez a Zal, eur zant trist a zo trist e zantelez. Pevare devez a viz Meurz SANT KASIMIR Duk Lithuani (1458-1483) Kasimir a vevas evel eun êl, e-mesk an enoriou hag ar pinvidigeziou. Genel a reas d'an 3 a viz here 1458. Eil mab oa da Gasimir III, roue ar Pologn, ha da Elizabeth a Autrich, merc'h an impalaer Albert. E vamm a oa eur rouanez vat, a zavas en karante hag en doujanz Doue, ar c'houec'h pôtr hag ar c'houec'h merc'h an evoa roët d'ezi. Ar merc'hed a oe dimezet da brinsed Bavier, Sax ha Brandebourg. Ar mab henan a oe roue en Hongri. Tri-all a oe rouaned er Pologn, an eil goude egile; ar yaouankan a oe kardinal, arc'heskob Gnesen. Kasimir a c'honezas kalz, en gouiziegez kouls hag en zantelez, gant kenteliou ar gouarnerien dispar a roas d'ezan e vamm. Adalek e yaouankiz, e teuas da vezan enebour touet,. n'eo ket hepken d'ar pec'hed, mes zoken, da gement tra a wele ennan skeud ar pec'hed. Ne gare ket klevet drouk-prezeg endro d'ezan, hag e-unan n'hen grê gwech ebet. Dindan e zilhad kaer a brins e touge eur gouriz reun; yun a rê alïes ha skourjezan a rê e gorf betek ar gwad; beb an amzer, e tremene an noz pen-da-ben war ar c'halet, hag arôk an de, e veze e-tal dor an iliz o c'hedal digor hag e kleve kement oferen a vije lavaret. Ar gwel eus poaniou Hon Zalver Jezuz-Krist a reas d'ezan, meur a wech, mont er-mêz anezan e-unan. Eun devosion dener an evoa evit ar Werc'hez Vari ha sevel a reas, en hec'h enor, eur c'han en latin, a lavare bemde hag a fellas d'ezan kaout war e galon, goude e varo. Pa oe digoret e ve, c'houec'h-ugent vla goude ma oa sebeliet ennan, e oe kavet e gori f'resk-beo, en e wiskamant zaei alaouret, hag ar paper bepred etre e zaouarn. Labourât a reas, herve e c'halloud, da astenn ar gwir fe, ha da zizrei schismatiked ar Pologn. Lakat a reas e dad da zougenn eul lezen da zifenn oute sevel ilizou neve ha dresan ar re goz. Ken trugarezus oa en kenver ar beorien, ma oa lez-hanvet tad ha difennour an dud reuzeudik. Miret a reas e werc'hded adalek e gavel betek ar be. War e glenved divezan, daoust da lavariou ar vedesined, e kavas gwell koll ar vue eget astenn anezi o terri e werc'hded. Kasimir a varvas da bemp bla warn-ugent, en bleun e yaouankiz. E gorf a oe sebeliet en Wilna, hag eleiz a viraklou a c'hoarvezas e-tal e ve. Eur plac'h vihan, douget warnezan gant he zad, a zavas eus a varo da veo. Tud dall a gavas ar sklerijen, tuds kamm ar c'herzed, tud klanv ar yec'hed. Abalamour da ze, Leon X a lakas hano ar prins yaouank war roll mignoned an Otrou Doue, ha Poloniz a bed hag: a enor anezan evel patron o bro. K E N T E L Lestr an ene An den n'eman ket war an douar-man evit chom; n'eman nemet evit tremen. Porz ar baradoz, a wel o skedi en penn e veaj, eo ar pal an eus da dizout. Al lestr m'eo pignet warnan, evit ober hent, eo e gorf ; diouz ma ouveo e sturian, e touaro gantan, pe war drêz, war devennou ar baradoz, pe war ôchou euzus an ifern. N'eo ket awalc'h kaout c'hoant da dizout porz an nenv evit en em gaout ennan; red eo ober an hent penn-da-benn, ha lakat evez da chom hep mont re a-zeou pe a-gle, pe da goll an amzer. Evelse e rê ar zent; c'hoant en em gaout o devoa, hag en em gaout a rent. Pa yude avel an techou fall en gwerniou o lestr, pa veze tarziou eonennus mor ar bed o skei anezan a bep tu, pa venne o lestr mont da goll, e pedent, hag an avel foll a goueze; e yunent, hag al lestr a skanvae. Darn a zo hag a gav mat pedi, ha ne gavont ket mat yun. Koulskoude, mar deo ar yun eo a vank, arabad kredi e c'hellfe ar pedennou ober ar vad a rafe ar yun. Da bep-hini eo en em anaout, ha da bep-hini eo bezan didrue outan e-unan. Gwell eo douaran war ôchou ar baradoz, gant eur c'horf kastizet, eget n'eo kouezan en puns an ifern, gant eur c'horf hag e ver bet re damantus outan. Pempvet devez a viz Meurz Sant Yan-Jozef ar Groaz 1664 - 1734 Yan-Jozef a deuas er bed en Ischia, rouantelez Napl, de ouel Maria Hanter-Eost 1654. E vamm, epad ma vage e gorf gant ne lez, a dôlas en e ene had an devosion gristen, a deuas, en berr amzer, da zevel, da vleunian ha da rei frouez eus ar re gaeran. Ne oa c'hoaz nemet eur bugel, hag ar beden hag ar binijen a oa deut da vezan an treo a gemere gante ar muian a breder. De ouel Yan 1671, e kemeras sae ar venec'h en Urz sant Fransez. Ar c'hentan Italian a oa da vont en Urz-ze, abaoue m'oa adneveaet gant sant Per Alkantara. Tri bla goude, e oe kaset da zevel eul leandi neve da Biedemonte di Afile. Eno, e oe anavezet warnan, da gentan, e tec'he dioutan e-unan, beb an amzer, hag e tigoueze gant e spered en em veuzi kement en Doue, pennadou a veze, ma ne wele ket ar pez a dremene endro d'ezan, ha ma veze dibradet, a-wechou, ene ha korf, zoken, diouz an douar. Evit senti ouz e vistri, ec'h asantas bezan beleget (1677). Er bla 1688, e varvas e vamm. Gallout a reas en em gaout war he zremenvan, ar pez a lakas kalon ar glanvourez kez da dridal, ha keit ha ma chômas eur banne sklerder en he daoulagad, ne baouezas ket da zellet ouz he mab muian-karet. Betek ar bla 1722, Yan-Jozef ar Groaz a oe grêt d'ezan, ken en Piemonte, ken en Napl, pignal eus an eil karg d'eben, betek an hini a jeneral. Eul lizer skrivet gant ar pab a roas d'ezan ôtre da rei erfln e zilez, ha neuze en em dennas en manati Santez-Lusia, en Napl, elec'h ma tremenas an daouzek vla-all an evoa c'hoaz da chom war an douar. Santelez Yan-Jozef a oa êz da anaout, diouz e fe, a oa birvidik, hag a glaske rannan gant e nesan, muian m'halle. Santelez Yan-Jozef a oa êz d'anaout, diouz e fizianz en Doue, a oa divent : « Doue, emezan, eo an trugarezusan eus an tadou. Karet a ra e vugale, ha rei a ra d'eze bepred ar skoazel o deus ezom. » Santelez Yan-Jozef a oa êz d'anaout, diouz e garante en kenver Doue : « Ha goude ma ne vefe na baradoz nag ifern, emezan, e karfen koulskoude karet an Otrou Doue. » Diskouez a rê e garante en kenver Doue ne wele ket, dre e garante en kenver e nesan a oa a-wel d'ezan. Ar beorien, ar glanvourien hag ar bec'herien oa ar re dostan d'e galon. Karet a rê e nesan, betek en em zamman e-unan eus e glenvejou. An tad Mikêl, deut da vezan arc'heskob Kozensa, an evoa daou c'houli en e c'har. En em drei, en em erbedi a reas ouz ar zant; ar zant a 'n em erbedas ouz Doue, a c'houlennas digantan gouliou an tad Mikêl, ha Doue a chilaouas e c'houlen. Santelez Yan-Jozef a oa êz d'anaout, diouz e garante evit ar zentidigez. Senti a rê war an tol, ha hep damanti; mat da zenti e-unan, ne veze ket jalet, kennebeut, da welet ar re-all o chom heb ober. Santelez Yan-Jozef a oa êz d'anaout, diouz e garante evit ar baourente. En e gambr, e oa eur gador, eur gwele grêt gant daou blanken, daou groc'hen danvad war c'horre hag eur c'hoz pallen, eur skaon evit e dreid gouliet, eur brevier, ha setu e holl arrebeuri. Eur zaë, a zougas epad pevar bla ha tri-ugent, ken penseliet ma oa poan oc'h anaout an tamm kentan, ha setu e holl zilhad. Santelez Yan-Jozef a oa êz d'anaout, diouz e garante evit ar c'hlanded, a rê d'ezan bale, e zaoulagad dalc'h-mat troet warzu an douar, ha kastizan e gorf, o tougen bepred war e gein eur groaz, eun troatad hed d'ezi, leun a vroudou lemm, a zanke kement en e ziskoa, ma reas enne gouliou a badas betek e varo. Santelez Yan-Jozef a oa êz d'anaout diouz ar c'halloud an evoa war dreo ar bed-man ha war dreo ar bed-all; mont a rê eus an eil lec'h d'egile, evel an êle; gwelet eo bet en daou lec'h asamblez; epad e oferen, e veze, meur a wech, dibradet diouz an douar; lenn a rê en goueled ar c'halonou; lavaret a rê an treo da zont ; trec'hi rê an drouk-sperejou ; parean rê an eneou gouliet hag ar c'horfou klanv. Rak-se, pa varvas, d'ar 5 a viz meurz 1734, kêr Napl a-bez a oe en kanvou. Ter gwech e oe red e wiskan war ar varv-skaon, rak ne oad ket evit miret ouz an dud da droc'han e zilhad, da gas an tammou aneze gante evel relegou. An arched a oe torret, ar mezer-kanv dispennet; ar c'horf, a dlee chom tri devez war ar varv-skaon, a oe red e ziskenn er be, de war-lec'h e varo. Yan-Jozef ar Groaz a oe laket war roll ar zent gant Gregor XVI, d'ar 26 a viz mae 1830. K E N T E L Dever ar gerent En pep krouadur a deu war an douar-man, e zo danve eun diaoul ha danve eur zant. Bugale ha bugale zo. Troëtoc'h eo darn war ar vad, dre m'eo bet silet an dra-ze en o gwad, gant o zud. Troëtoc'h eo darn-all war an droug. dre m'eo bet silet an dra-ze d'eze ive, en o gwad. gant o zud. N'eo ket henvel ar vugale dre c'hinivelez. Gwelloc'h danve a zo en eil evit en egile. Danve eun diaoul ha danve eur zant a zo en pep-hini aneze, gwir eo; mes êsoc'h eo koulskoude ober eur zant evit ober eur diaoul eus heman. êsoc'h ober eun diaoul evit ober eur zant eus hennez. N'eo ket henvel ar vugale o tont war an douar. Koulskoude., an dizhenveledigez a weler, dre ma kreskont, o sevel etreze, a deu dreisl-oll, nan eus o ginivelez, mes eus an doare a gemerer d'à c'hentelian ha d'o skouerian. Eürus eta ar bugel a zo santel an tad hag ar vamm o deus hen ganet ! Eürus, dreist-oll, an hini a gav tud a relijion endro d'e gavel ! Ar vugale, peurliesan, a ve ar pez ma vezont bet grêt gant o zud; bezan e veint en bras ar pez ma veint bet en bihan. D'an tad ha d'ar vamm eo kemer preder gant korfou o bugale. Fourchas a dleonl d'eze eun ti henvel ouz eun ti n'eo ket red e vefe-brao, awalc'h eo e vefe kempenn. Tier azo, kristenien o chorn cnne, ha ma tiskennfe ebarz êle an nenv, e labezfent o iskili gwenn. Pourchas a dleont d'eze eur gwiskamant dereat, herve ar vro m'emaint enni, hag ar renk a c'hellout derc'hel; na re binvidik, mar dint paour, na re baour, mar dint pinvidik. Pourchas a dleont d'eze eur vagadurez krenv ha sasun. Nag a vugale a weler o tizec'han war o zreid, o wenvi evel eur vleunien a vank dour d'he gwriziou ha heol d'he deliou, o vont d'ar be arôk an oad, abalamour ma n'int ket bet bevet na krenv na sasun awalc'h, epad ma oant oc'h ober o c'hresk ! Deski a dleont d'eze ar vicher a zo ar muian diouz o doare, an hini m'int barrekan d'ober, hag o deus muian c'hoant da vont enni. Arabad ober eus ar vugale loened-labour, re abred; o c'horfou yaouank a zo bresk hag a c'heller, buhan awalc'h, ober gaou oute, ouz o zamman re abred; a nebeudou eo mont d'eze. D'an tad ha d'ar vamm eo, dreist-oll, kemer preder gant eneou o bugale. Ene eur c'hrouadur a zo gwag evel ar c'hoar; ar c'henteliou hag ar skoueriou kentan a goue warnan a zank ennan hag a chom. Tôl evez eta da lakat anaoudegez ha karante Doue da vleunian ennan, da genlan ! C'houec'hvet devez a viz Meurz Santez Perpetua ha Santez Felisite Merzerezed Karthaj (203) Er bla 202, an impalaer Septim-Sever a gasas urz, dre ar vro, da glask ha da lakat d'ar maro kement kristen a vije kavet. War-lerc'h ar gourc'hemen-ze 'eo e c'hoarvezas en Karthaj merzerenti glorius ar c'hatekizer Saturus ha hini pemp-all bet kelennet gantan war relijion Jezuz-Krist : ar sklavour Revokatus hag e bried, ar sklavourez Felisite; an daou zen yaouank, Saturninus ha Sekundulus, hag an itron yaouank a renk uhel, Vibia Perpetua. Dal ma klevas tad Perpetua e oa e verc'h er prizon, e teuas d'he c'haout. Hen a oa c'hoaz azezet en tenvalijen ar gaou, hag e klaske ober d'ezi dizrei da zoueou koz e vro. - Ma zad, eme Berpetua, gwelet a ret-hu ar pod-ze a zo aze war an douar ? - Ya ! eme an tad, hen gwelet a ran. - Ha goest hoc'h-hu da rei d'ezan eun hano-all, ouspen an hini a roan-me d'ezan ? - Nan, emezan. - Mat, eme ar wreg kalonek, me n'on ket evit lavaret e vefen netra, nemet ec'h on kristenez ! Koulskoude, hini ebet aneze c'hoaz, nemet Saturus, ne oa badezet. Kentan rna c'helljont kaout an tu, e lakjont eta an dour sakr da wennan o eneou, ha Perpetua, o tiskenn en dour ar zakramant, a c'houlennas hepken ouz ar Spered-Santel ar c'hras da gaout nerz awalc'h en he c'halon da c'houzanv, betek ar penn, ar poaniou a oa ouz he gortoz. Neve laket he devoa eur c'hrouadur er bed; dont a reas da gaout ôtre d'e vagan ha d'e viret en he frizon. Nebeut goude, ec'h eas dre gêr ar vrud e oad o vont da varn ar gristenien. D'ar c'helou-ze, tad Perpetua a deuas adarre, d'ar red, da gaout e verc'h : « Oh ! emezan, kemer true ouz ma bleo gwenn ! Kemer true ouz da dad ! Dalc'h sonj out bet savet ganin, hag abalamour d'ar preder am eus kemeret noz-de ganit, eo ec'h out 'n em gavet en bleun da yaouankiz. Na laka ket an dismegans da gouezan warnon. Dalc'h sonj eus da vreudeur, eus da vamm, eus da voereb, eus da vugel, a varvo hep-out. Hini ebet ac'hanomp ne gredo en em ziskouez ken, ma vez kondaonet. » Perpetua ne blegas ket. Daoust pegen skrijus oa ar poaniou a oa ouz he gedal, daoust pegement e kare ne zad, daoust pegement e kare he bugel bihan, e kavas gwelloc'h senti ouz mouez an Otrou Doue evit ouz mouez ar gwad. Ilogen, en deiou-ze, Hilarion, gouarner Karthaj, a reas digas ar gristenien dirak e lezvarn. O vezan mac'h anzavent Jezuz-Krist, e oent kondaonet da vont d'an emgann ouz al loened goue, da genver de ar bla ginivelez Jeta, mab an impalaer Septim-Sever. Da c'hortoz, e oe grêt d'eze dizrei d'ar prizon. Sekundulus a varvas en deiou-ze, ha Felisite a oe ankeniet bras. Eur c'hrouadur a zouge, eiz miz a oa, ha dre ma tostae de ar verzerenti, e kroge aon enni n'hellje ket bezan laket d'ar maro gant ar re-all, rak al lezen a zifenne merzerian ar gwrage dougerezed. Ar gristenien-all a oa poaniet ive o lezel anezi war o lerc'h. Tri devez eta arôk an emgann, en em gavas gwasket, ha 'vel ma klemme, unan eus ar c'hedourien a lavare : - Ma n'out ket goest breman da c'houzanv ar boan-ze, petra ri 'ta, en deiou a zeu, pa vezi tôlet d'al loened, nac'herez an doueou mac'h out ? - Hirie, eme ar verzerez, e c'houzanvan ma unan ma foaniou; mes neuze e vezo eun all ennon, a c'houzanvo evidon, abalamour ma c'houzanvin ma-unan evitan. Felisite a lakas eur verc'h vihan er bed. Eur gristenez vat a 'n em ginnigas da zevel ar c'hrouadur. An de bras a baras erfin. Ar verzerien a oa skedus o vale da dachen an emgann. C'hoant a oe da wiskan d'eze dilliad beleien ha belegezed au doueou. « Nao, emeze, biken ! » Hag e pignjont war an dachen, sonn o fenn, dirak ar bobl bodet tro-war-dro. Perpetua a gane. Revokatus, Saturninus ha Saturus, o tremen dirak kador ar gouarner Hilarion, a lavaras : « Barn a rez ac'hanomp, mes Doue az parno ! » Ar bobl kounnaret a c'houlennas ma vijent skourjezet, hag al loened a oe distaget warneze. Revokatus ha Saturninus a oe dispennet gant eun ours, Saturus gant eul leopard. Perpetua ha Felisite a oe loskaet warneze eur vioc'h penn-follet. Da gentan e oent diwisket ha laket en eur roued. Re iskis, koulskoude, e oe kavet ar gwel-ze, hag e oe roët d'eze o dilhad. Ar vioc'h a zailhas, da gentan, war Berpetua, a stlapas anezi en êr hag a loskas anezi da gouezan war lein he c'hein. En he lamm, he zaë a rogas hag he bleo a dispakas. Ar verzerez a ra prim eur c'hempenn d'he fenn ha d'he dilhad, hag o welet Felisite tôlet d'an douar gant an aneval kounnaret, ha brevet he c'horf, ec'h a d'he c'haout hag e ro d'ezi an dorn da zevel en he zav. Evit lakat plijadur ar bobl da badout pelloc'h, e oe grêt neuze d'ar verzerien en em denn a-goste, eur pennad. An ehan ne badas ket pell. Arôk mont war an dachen, evit ar wech divezan, ar pemp merzer a 'n em vriatas, hag ec'h ejont seder da ginnig o goug da zir ar c'hleze. Saturus a oe dibennet da gentan. Ar bourreo, o 'n em gavet gant Perpetua, a grene kement, ma oe red d'ar verzerez kalonek kregi en e zorn hag en e gleze. Pi X a c'hourc'hemennas ober bep bla, d'ar 6 a viz meurz, gouel santez Perpetua ha santez Felisite, dre an Iliz a-bez. K E N T E L C'houi vezo ma zestou ! Jezuz-Krist a zo bet war an douar-man, hag an eus klasket testou da anzav anezan ha da c'houzanv evitan. I. — Testou Jezuz-Krist eo an dud o deus eur fe grenv, eur fe ha n'hell ket avel an ifern, kaer an eus c'houezan, dont a benn anezi; eur fe hag a ya he gwriziou, a-dreuz ar spered, betek goueled ar galon. Perpetua ha Felisite o devoa ar fe-ze : « Kristenez on, eme Berpetua, ha n'on ket evit dougen eun hano-all ! » II. — Testou Jezuz-Krist eo an dud a zo distag a-grenn diouz an holl, diouz an dud ha diouz an treo, hag a loska kement o deus, kentoc'h evit kouezan er pec'hed marvel. Perpetua ha Felisite a droas kein da levenez ar vue ha d'o bugaligou neve c'hanet, kentoc'h evit trei kein da Jezuz-Krist, n'o devoa, koulskoude, anaoudegez-all ebet anezan nemet hini ar fe. III. — Testou Jezuz-Krist eo an dud a gar anezan, muioc'h evit en em garont o-unan. Brasan merk a garante a c'haller rei d'unan bennak eo mervel evitan. Ar merk-ze, Perpetua ha Felisite o deus roët anezan da Jezuz-Krist, o vale d'ar maro, dre garante evitan, p'oa ken êz-all d'eze miret o bue, ha pa welent an ezom a oa aneze war an douar. Evel ar verzerien, bezomp testou Jezuz-Krist war an douar-man; krenv en hon fe, distag diouz an treo a dremen, stag ouz ar re a chom. Ma c'houzanvomp evit Jezuz-Krist, hen a vezo ennomp o c'houzanv ganimp. Ma nac'homp Jezuz-Krist dirak an dud, Jezuz-Krist hon nac'ho dirak e Dad ; mac'h anzavomp Jezuz-Krist dirak an dud, Jezuz-Krist hon anzavo dirak e Dad. Seizvet devez a viz Meurz SANT THOMAS Doktor eus an Iliz ha Patron an holl skoliou kristen (1226-1274) Thomas Akin, enor ar bed kristen ha sklerijen an Iliz, a oa kar, dre e dud, da holl rouaned an Europ, kouls lavaret. Genel a reas en Rocca-Secca, en rouantelez Napl. Da bemp bla, e oe laket etre daouarn menec'h Mene-Kasin, da zevel. Da dek vla, e oe kaset da skol-veur Napl; da c'houezek vla, e kemeras saë menec'h Urz sant Dominik, hag o c'houzout e teue e vamm d'ober d'ezan dilezel e vennad, ec'h eas en he rôk da Rom, hag ac'hane da Bariz. Mes daou eus e vreudeur a redas war e lerc'h hag a zigasas anezan d'ar gêr. E vamm a reas neuze ar pez ma c'hallas warnan, evit dont a benn, dre gaer pe dre heg, d'ober d'ezan diwiskan an dilhad manac'h a oa gantan. Mes ar pôtr ne blege ket. « Penôs, ma mamm, emezan, daoust ha war digare ma karin muioc'h an Otrou Doue, e karin nebeutoc'h ac'hanoc'h ? » E vreudeur, evit ober d'ezan senti, a zerras anezan en kambr ven tour ar maner, hag eun devez, zoken, e lakejont eur plac'h fall da vont d'e douelli. Thomas a reas d'ar pez divergont-se bale buhan diwar e dro, o redek war he lerc'h gant eur c'hef-tan. Dal ma oa et e-kuit, e kouezas war bennou e zaoulin hag e adneveas al le an evoa grêt, diagent, d'en em rei da Zoue, korf hag ene. Epad ar beden-ze, êle an nenv a deuas en e brizon da lakat endro d'e ziou-c'hroazel gouriz ar c'hlanded, hag adalek neuze, n'en devoe mui da stourm ouz ar c'hig hag e oe evel eun êl o vevan en eur c'horf dinam. Goude e vamm hag e vreudeur, e oe tro e c'hoarezed. Ar re-man a gomzas ive, evit gonit netra. Hen eo an hini a c'honeas unan aneze, a 'n em reas leanez; diou-all a gemeras true outan, o welet anezan dalc'het keit-all dindan alc'houe, hag hen diskennas eus prenestr e brizon, epad an noz, en eur baner. Menec'h sant Dominik a zigemeras anezan en o divrec'h, e traou an tour, hag a gasas anezan gante. Er bla 1245, e oa en Kologn, er skol gant Albert ar Bras. E vignoned, o welet pegen sioul e veze, a lezhanvas anezan « ejen mut Sisil. » Mes Albert a deuas abred d'anaout pebez danve den a oa en Thomas. « Ni a lezhanv ar pôtr-man eun ejen mut, emezan, mes, en gwirione, e vlejadennou a dregerno kement, eun de da zont, ma vefont klevet dre ar bed holl. » Tri bla goude, e oa gwelet dija al lavar-ze o tont da wir, rak er bla 1248, Thomas, daou vla warn-ugent hepken d'ezan, a oe karget d'ober skol en Kologn. Prest goude, e kerneras renk etouez an doktored hag e kelennas eu Pariz, en Rom, en Bologn hag en Napl. Nac'h a reas bezan arc'heskob en Napl. Mervel a reas, (1274) eu manati Fosso Nuova, er c'houlz ma oa o vont da Gonsil Lyon. Sant Thomas eo kaeran spered den a vevas war an douar, abaoue m'eo pignet Jezuz-Krist en nenv. Kement tra a c'hoanta gouzout an dud fur ha kristen, a zo renket en e skridou. « Ar re a heuilh e gelennadurez, eme ar pab Innosant VI, n'emaent ket pell diouz an hent mat, ha kement hini a'nem zav en hec'h eneb a zo tost d'ar gaou. » Sant Thomas a oa, daoust da ze, dilorc'husan den a c'helljed kaout. N'en em lake kammed dreist ar re-all; ne lavare kammed eur gomz dismegansus evit eun all; ne vije, kammed, neventi ebet en e gelennadurez, a ziazeze bepred war ar Skritur-Sakr, war lavariou pabed, sent ha doktored an Iliz ha tud fur an amzer goz. E zevosion da Jezuz-Krist o chom, noz-de, war an ôter, dre garante evidomp, a reas d'ezan sevel ofis dudius ar Zakramant, meulet ra vezo. Abalamour d'ar c'hoant an evoa da zeski, ha d'an aked an evoa da rannan e zeskadurez endro d'ezan goude-ze, Leon XIII, dre eul lizer-meur embannet dre ar bed holl, an eus e hanvet da batron an holl skoliou kristen. K E N T E L An Iliz hag an deskadurez An Iliz he deus kavet, karet, miret, kresket ha ledet an deskadurez. I. — An Iliz he deus kavet an deskadurez endro d'he c'havel : Etouez ar Judevien, e oa kelennourien hag a oa desket; etouez ar Gresianed, e oa doktored hag a oa desket; etouez an Italianed, e-oa skrivanerien hag a oa desket; etouez ar C'helted, e oa drouized hag a oa desket. Jezuz-Krist a zo ganet hag an eus bevet en eun amzer hag e oa deskadurez etouez an dud. II. — An Iliz he deus kavet an deskadurez war he hent hag he deus karet anezi. An deskadurez a ra vad; an deskadurez, evel ar relijion, a deu digant, Doue, lezhanvet, gant ar Skritur-Sakr, Tad an holl deskadureziou. An deskadurez a zigor hent d'ar relijion : rewir eo ar pez a lavare Bacon : « Nebeut a zeskadurez a bella diouz Doue, hag eleiz a dosta. » III. — An Iliz he deus miret an deskadurez. Pa oe dismantret, gant an tân-gwall ha gant an Turked, Alexandri ha Konstantinopl, kêriou bras an deskadurez, en amzer goz, piou, nemet an Iliz, a deuas a benn da zovetât eun dra bennak eus ar skridou talvoudek a oa dasturnet er c'hêriou-ze ? Piou nemet ar venec'h, o deus kemeret amzer ha poan, arôk ma ouied moullan, da zevel skridou neve ha da neveât ar re goz ? IV. — An Iliz he deus kresket an deskadurez. Ar veleien, gant o sklerijen, eo o deus kaeraet, ar muian, sklerijen ar bed. V. — An Iliz. dreisl-oll, he deus ledet an deskadurez. Epad c'houezek kant vla e oe hec'h-unan o sevel skoliou, hag ar bobl n'en devoe ken mestrez-skol nemeti. En amzer-man ive, brasan preder an eskibien eo ar skoliou : « Savomp tier-skol, emeze. Ar vugale o devo bet deskadurez kristen en tier-ze a zavo ilizou divezatoc'h. Da betra sevel ilizou neve, ma n'eus ket a skoliou mat ? Ar skoliou a dremen arôk an ilizou. » Tadou ha mammou, kemeret preder gant ar skol; roët deskadurez d'ho pugale. Gwell eo deski mabig bihan Eget dastum danve d'ezan. Mes roët d'eze eun deskadurez gristen. War-lerc'h eun deskadurez dizoue, n'eus nemet gouelvan er bed-man, daerou ha skrignadeg-dent er bed-all. Eizvet devez a viz Meurz SANT YAN DOUE Tad ar beorien (1495-1550) Yan Doue a deuas er bed en Monte-Major, en rouantelez ar Portugal, er bla 1495. E gerent neoant ket pinvidik, hag o vezan n'o devoa ken mab nemetan, e oa o holl zenzor. E c'hinivelez, evel hini sant Yan-Vadezour, a skuilhas levenez en kalon eleiz a dud. Dal ma oe gourvezet gant e vamm en e gavel, an ti a deuas da sklerijennan en eun doare souezus, ha kleier ar barouz, aneze o-unan, a yeas en brall, sonet, da gredi eo, gant êl-mirer Yan, a em banne donedigez tad ar beorien. E vamm a lakas hec'h holl aked da zevel anezan ervat. D'an oad a eiz vla,o vezan klevet eun tremeniad o komz dirakan eus kaerder Madrid, kêr-benn ar Spagn, e savas c'hoant gantan da vont betek eno, hag en em lakas en hent, e-unan, hep lavaret da zen. Kaer o devoe e dud e glask, n'hen c'havjont mui. E vamm a varvas gant ar rann-galon, hag e dad, goude bezan roët e vadou d'ar beorien, a 'n em reas manac'h en Urz sant Fransez. Ar pôtr bihan, e keit ze, a gerze gant e hent, magadurez ebet d'ezan nemet an tammouigou bara a veze roët d'ezan, beb an amzer, en aluzen. Eun devez, ec'h azezas war eur garreg, en Dropeza. Eun tieg pinvidik o tremen, a gemeras anezan da bôtr-saout, dre drue outan. Yan a dremenas e vue en ti an dent mat-ze. Da ugent vla, e vestr, o welet e oa barrek diouz pep tra, a lakas anezan en penn e diegez. ha daou vla goude, e kinnigas e verc'h d'ezan en dimezi. Yan, keun d'ezan bepred d'e vank ken tan, a gredas e oa re vrao an dra-ze dioutan hag a dec'has adarre. Neuze ec'h eas da zoudard, en arme Charlez V, hag e stourmas en rneur a vrezel. Daoust d'ar skoueriou fall a wele endro d'ezan, e chomas war an hent mat, eur pen-nad, mes tamm ha tamm e risklas hag e kouezas en-droug. Eur gwall-dôl a zigoras d'ezan e zaoulagad. Eun devez ma oa o vont da gerc'hat boued loened, e kouezas diwar e varc'h hag en em c'hlazas, hag e oe dare d'ezan bezan tizet gant an enebourien. En em erbedi a reas ouz ar Werc'hez, a 'n em ziskouezas d'ezan : « Yan, emezi, ne lavarez mui da Rozera; ze zo kiriek d'an dra-man da vezan c'hoarvezet. » Yan, hepdale, o welet pegen danjurus oa bezan dindan an armou, evit an ene kouls hag evit ar c'horf, a zizroas d'e vro, en esper gwelet e dud. Tremenet oant, pell a oa. Neuze en em reas marc'hadour-baleer, hag e rede ar vro o werzan tôlennou ha levriou santel. Er bla 1540, e reas lizer-marc'had eus eun ti, en Grenad, hag eno e roë digemer d'ar glanvourien paour hag e plêe gante gant eun evez hag a oa souezus. Kristenien madelezus a c'hoantaas rei dorn d'ezan, hag evelse e tiazezas Urz ar Garante, a zalc'h, en amzer-man, man nemet en Frans, daou-ugent hospital gant pevar mil glanvour bennak enne. Dal ma teue ar beorien d'e di, Yan a walc'he d'eze o zreid, o lake en o gweleou hag a louzaoue d'eze o gouliou. Goude-ze, ec'h ee en kêr, da gestal ar pez a vije red evito gwiskan hag o bevan. Ar garante an evoa evit e beorien a lake anezan da vezan ijinus. Eun devez, en kreiz ar leur-gêr, en em lakas da huchal muian m'halle : « Gret vad d'ac'h hoc'h-unan, ôtrone ! Gret vad d'ac'h hoc'h-unan ! » An holl a gomprenas e brezegen hag a roas d'ezan gant largente. E garante evit e beorien a 'n em ziskouezas, dreist-oll, pa grogas an tân-gwall en e hospital. Yan a 'n em dôlas en ti, a redas eus an eil kambr d'eben, a zougas ar glanvourien er-mêz, an eil goude egile; a stlapas an arrebeuri dre ar prenestr. En eun tol, ar moged hag an tan a ra an dro d'ezan : grêt eo gantan. Dre gêr e red ar vrud eo dévêt, mes eur pennad goude, e weler an den santel o tont eus a greiz an tan bras. E valven hepken a oa rostet, en testeni eus ar burzud grêt en e genver gant an Otrou Doue. Ar vad a rê da gorfou ha da eneou e glanvourien ne re ket kalz a blijadur da Zatan, a glaskas alïes e douelli, e spontan hag e wapât. Eur wech, dindan furm eur paour, e c'houlennas outan an aluzen : « Ya ! eme Yan, bezan az pezo, pa c'houlenni en han' Doue. » Neuze, an drouk-spered a darc'haoas gantan eun tol ken pounner, ma reas d'ezan mont a-drenv; n'eus forz, trec'het e oa ! Eur wech-all e kavas war an hent eur c'hlanvour dinerz. Samman a reas anezan war e ziskoa, da zigas d'an hospital. Lakat a reas anezan war eur gwele, hag e walc'has d'ezan e dreid. Mes pa oa o vont da bokat d'eze, e welas e oant toullet, evel re Hon Zalver, hag ec'h anavezas, diouz an dra-ze, en devoa douget an Otrou Doue e-unan. - Yan, eme Jezuz, kement a rez d'ar beorien a zo grêt d'in ma-unan; o gouliou eo ma re, ha ma zreid ma-unan eo a walc'hez, pa rez an aluzen-ze d'ar paour. Dal m'an evoe lavaret ar ger-ze, Jezuz a bignas adarre en nenv. Goude bezan labouret evelse, epad dek vla, war-dro an dud klanv, e kouezas klanv d'e dro. Arc'heskob Grenad a roas d'ezan e zakramanchou. En noz war-lerc'h, e savas eur wech-all c'hoaz, eus e wele; en em dôl a reas d'an daoulin da vriata kroaz Hon Zalver binniget, hag o vezan lavaret ar gomz-man : « Jezuz ! Jezuz ! etre ho taouarn e c'hourc'hemennan ma ene ! » e varvas en pok an Otrou, d'an eiz a viz meurz 1550, en e bempvet bla ha hanter-kant. Leon XIII an eus e hanvet da batron an hospitaliou hag ar glanvourien zo enne, ha gourc'hemennet an eus lakat e hano en Litaniou an tremenvan. K E N T E L Bezomp tud a galon Jezuz-Krist, pa deuas war an douar-man, ne ziskouezas ket e c'hloar; ne ziskouezas ket e ouiziegez; ne ziskouezas nemet e vadelez : « Deut holl davedon-rne, emezan, ha me ho tiboanio ; » hag an eus digemeret an holl ar re vras, ar vugaligou, ar beorien, ar bec'herien, ar re a ve re ane en pep lec'h. N'an eus klasket nemet eun dra : bezan karet; n'an eus gourc'hemennet nemet eun dra : karet. « En em garet an eil egile. » Arabad d'e ziskibien peurzistagan ar bennduen hanter-dorret, na mougan ar voucheden a deu moged diouti c'hoaz. Jezuz-Krist a zo bet, dreist-oll, madelezus. Ar vadelez eo ar pez a glasker ive, dreist pep tra, en e ziskibien. Pardoni a rêr d'eun den ha n'an eus ket a spered; kamrned d'eun den ha n'an eus ket a galon. Ar spered a zo diêsoc'h da lemman evit ar galon da domman. Ar gerent a dle kustumi o bugale da vezan mat : mat en kenver al loened, mat en kenver ar beorien, mat en kenver ar re goz, mal en kenver ar re-a.ll eus o oad; deski d'eze rannan, deski d'eze 'n em dremen; deski d'eze bevan. Navet devez a viz Meurz SANTEZ FRANSEZA (1384-1440) Franseza a c'hanas en kêr Rom, a dud vras ha pinvidik, hag a roas abred merkou anat eus he zantelez da zont. Nebeut a van a rê ouz c'hoariou ha braoigou ar bed. hag e dudi oa 'n em gaout hec'h-unan da c'hallout pedi Doue a greiz he c'halon. Da unnek vla, e c'hoantaas mont da leanez, mes evit senti ouz he c'herent, e timezas da Laurans Ponziani, eun den yaouank nobl ha pinvidik. N'en em droas biskoaz gant ar goueliou hag ar prejou, evel an dud-all eus he renk, n'ho deus ken preder nemet gant an treo-ze, eleiz aneze. Gwisket e veze bepred gant dilhad dister, hag an amzer a c'halle diouered, goude bezan roët d'he ziegez ar pez a oa dleet, ac'h implie evit mad an nesan. Eleiz a itronezed eus kêr Rom, troet, betek neuze, da ren eur vue skanv ha dibreder, a deuas ,da gemer skouer warnezi. Sevel a reas gante, (1433), d'ar c'houlz ma oa c'hoaz beo he fried, eun Urz c'hoarezed, dindan reolen sant Beneat. Evit mont ennan, ne oa le ebet d'ober. Nebeut goude, roue Napl a zailhas war gêr Rom. Laurans Ponziani a oe harluet hag e vadou laeret. Franseza a c'houzanvas ar c'hollou-ze gant eun nerz-kalon dispar, a rê d'ezi lavaret, evel gwechall an den santel Job : « An Otrou an eus o roët, an Otrou an eus o lemet; ra vezo hano an Otrou binniget ! » Da varo he gwaz, Franseza he devoa daou via ha hanter-kant. Da ouel sant Beneat war-lerc'h, e kuitaas he zi hag ec'h eas da vanati hec'h Urz, diarc'hen, eur gorden endro d'he goug, hag o vezan en em dôlet d'an douar dirak he c'hoarezed, e pedas aneze, an daerou en he daoulagad, da gaout ar vadelez d'he digemer en o zouez. Eur wech roët d'ezi he goulenn, daoust m'oa mamm an holl, ne c'hoantaas ket bezan laket en karg. Diskouez a rê, dre he c'homzou ha dre hec'h oberou, an nebeut a stad a rê anezi hec'h-unan. A-wech ou, e veze gwelet o tont en kêr, eur zamm keuneud war he c'hein, pe war gein eun azen, hag ec'h ee gante d'ober vad d'ar beorien, o dije diganti aluzennou-all ouspen. Ober a rê tro an hospitaliou, o rei o mezur da gorfou ha da eneou an dud klanv a veze enne. Kastizan rê he c'horf o yun a voed, a gousked, hag o c'houzanv ar gourizou-reun hag ar skourjezou. Eur pred bemde a gemere. Ne rê netra hep goulenn kuzul ouz he c'hovezour, hag abalamour da ze, evit senti outan, a-wechou e vihannae he finijennou. Pa zonje 'barz Pasion Hon Zalver Jezuz-Krist, e veze ken glac'haret, ma venne mervel gant ar rann-galon. A-wechou ive, dreist-oll, goude ma veze bet o taoulinan ouz tol ar Zakramant, e chôme pennadou mat hep flach, en doare ebet, beuzet ma veze a-grenn he spered, epad an amzer-ze, en dudiou ar baradoz. An droug-êl a glaskas, en meur a c'hiz, ober d'ezi diskenn eus skeul ar zantelez; mes Franseza a deue a benn, bep tol, da rei lamm d'hec'h enebour, gant skoazel hec'h êle mat, a wele alïes en he c'hichen. Eun devez, e oa ganti eur c'houlaouen venniget, Satan he c'hemeras, he stlapas d'an douar hag he bruzunas. - Perak, emezi, e ret kement-se ? - Abalamour, emezan, bennoziou an Iliz a zisplij d'in meurbed ! Parean rê ar re glanv. Lakat a reas ar vue da zizrei en eur c'hrouadur a oa maro hep badeziant. Anaout a rê meur a dra eus an amzer da zont, ha lenn a rê er c'halonou an treo kuzet. Erfin, gonezet he c'hurunen ganti en nenv, ha brudet he zantelez etouez an dud, e pignas da varadoz an Otrou Doue, pa oa o ren he c'houec'hvet blavez ha hanter-kant. Ar pab Pol V a lakas he hano war roll ar zent. K E N T E L An drouk-êle Darn eus an êle a gouezas, ha Doue a gastizas o fec'hed, o stlepel aneze en tenvalijen an ifern, elec'h m'int stag, evel a lavar sant Jud (1), gant chadennou hag a bado da viken. Pardon ebet n'o deus da gaout, abalamour m'o deus faziet, hep kaout digare ebet d'hen ober, pa ne oa netra endro d'eze ouz o dougen d'an droug. Kas o deus ouz Doue hag ouz an dud, a zo laket, en eur c'hiz, uheloc'h evite, dre ma teurvezas gant Jezuz-Krist en em ober den. Ne glaskont nemet eun dra : kreski, dre ar bed, niver ar pec'hejou. « Bezan hon deus da stourm, eme sant Pol, (2) n'eo ket, hepken, ouz enebourien grêt eveldomp, gant kig hag eskern, mes ouz mistri an denvalijen, ouz ar sperejou fallakr. » Brasoc'h eo bet galloud an drouk-spered evit n'eo mui. Gwechall, n'eo ket, hepken, ouz eneou an dud en em gemere, mes zoken ouz ar c'horfou, ar pez ne ra ket kement ken, a drugare Doue. Stlejan rc aneze a-gle hag a-zeou ; mont ha chom a rê enne. Jezuz-Krilst a ziboanias eleiz a dud evelse, a oa o c'horfou perc'hennet gant an drouk-sperejou. Ar gristenien, gant o zreo binniget, o laka da dec'hel. Lakomp eta us d'hon mêziou kroaz vinniget Hon Zalver. Miromp en hon zier dour binniget, goulou binniget ha bodou binniget. Dougomp warnomp, noz-de, skapular ar Werc'hez, hag en em erbedomp alïes ouz non êle mat. (1) Vet p. 6et k. eus e lizer. (2) Eph. VIet p. 12et k. Dekvet devez a viz Meurz An daou-ugent kurunet Merzeriet e Sebast Lizer-kemennadurez Milan, er bla 313, a roas ar peuc'h d'an Iliz. Sinet oa gant Konstantin, impalaer c'huz-heol, ha gant e vreur-kaer Lisinius, impalaer ar zav-heol. Gwasan a oe, Konstantin ha Lisinius ne dalc'hjont ket pell da 'n em glevet. Brezel a zavas etreze. Lisinius, evit hegan Konstantin, difennour an Iliz, a waskas ar gristenien. Konstantin a roas lamm d'ezan, er bla 323, ha tôl ar maro er bla war-lerc'h. Adalek neuze, an impalaer kristen oa mestr ar bed holl, hag an Iliz a gave ar peuc'h er zav-heol, evel m'he devoa kavet er c'huz-heol, dek vla kentoc'h. Etouez ar verzerien a skuilhas o gwad en amzer Lisinius, kentoc'h eget nac'h o fe, e kavomp eun hano hag a lugern etouez an hanoiou-all, hini an daou-ugent kurunet, merzeriet en Sebast. Soudarded oant, ha pa gemennas an impalaer lakat ar re a oa dindan an armou da gemer peurz er zakrifisou en enor d'an doueou,e tizentjont ouz mestr an douar, kentoc'h evit dizenti ouz mestr an nenv. Barnet e oent raktal d'ar maro. Epad ar pennad amzer a dremenjont er prizon, goude o barnedigez, da c'hedal o merzerenti, an daou-ugent kondaonet a skrivas o zestamant. Dre bluen unan aneze, Meletius, e kasjont da veleien ha da avielerien o bro, d'o c'herent, d'o mignoned, heman d'e vamm, d'e vreur, d'an hini a dlee lakat he dorn en e hini, pa zizroje d'ar gêr; hennont, d'e vreudeur, d'e c'hoarezed, d'e bried, d'e vugel, o c'himiadou hag o gourc'hemennou divezan. Hep lorc'h, o c'houzout ervad ec'h enorer, etouez ar gristenien, relegou ar re a skuilh o gwad, dre garante evit Jezuz-Krist, hag e veze tabut alïes, zoken, diwar o fenn, e c'houlennont ma vezo kaset o eskern hag o ludu da geriadeu Sarein, demdost da gêr Zela, ha ma vefont sebeliet holl eno, er mêmes be. Ar maro dibabet evite a oe skrijus. Epad eun nozvez c'hoanv, ar verzerien a oe stlapet en noaz war eul lenn skornet a skube an avel-bis, hag a sklerijenne eur goulou a deue eus eul lochen, elec'h ma oa miret kôteriou dour klouar. Ober a rejont da Zoue ar, beden-man : « Oh ! Otrou, daou-ugent omp o vont war dachen ar stourm, grêt ma vefomp daou-ugent gwitibunan, o c'honid ar gurunen ! » Unan hepken, war an daou-ugent, trec'het gant ar boan, a 'n em zistagas diouz e gamaraded hag a yeas d'en em deuler, eus an dour yen, en dour zomm. Mes a-vec'h m'an evoa diskennet er gôter e izili skornet, ma tremenas. Ma karje bezan dalc'het da c'houzanv e boan, eur pennadig-all c'hoaz hepken, e oa gonezet gantan e gurunen, evel ar re-all. Ar zoudard a oa karget da domman an dour, a welas a-dost sempladurez ar reuzeudig a nac'he e fe, hag a-bell, nerz-kalon an nao ha tregont-all. Gwelet a rê en erc'h o c'horfou skornet, hanter-varo dija, hag ' us d'eze, kouls lavaret, sklerijen ar baradoz o c'houlaoui, epad ma oa astennet, en harz e dreid, korf dizenoret ar c'hrener. Raktal, ar c'hras a c'hone e ene; stlepel a ra e zilhad diwarnan : « Me ive a zo kristen ! » emezan, hag e red da gemer ar plas a chôme goullo. Da c'houlou-de, e oe kavet e-mesk ar verzerien, ha douget e oe e gorf gant o re, war an tantad a dlee o devi. Unan hepken eus ar re gondaonet, ar yaouankan, Melithon, ne oe ket kaset : eur beradig bue a oa c'hoaz ennan, ha fizianz a oa d'ober d'ezan nac'h e Zoue. Mes e varnm a oa eno; samman a reas anezan war he diskoa da dôl er c'harr e-mesk ar re-all. Aon he devoa na zastumje ket he mab e gurunen, pa ne zasturnje ket anezi a-unan gant ar re a oa gantan er stourmad. Relegou an daou-ugent kurunet a oe sebeliet el lec'h m'o devoa lavaret. K E N T E L Ar stourmad divezan Setu aman eta eur zoudard kristen hag an evoa gouzanvet poaniou kri evit Jezuz-Krist, a oa bet kaset gant ar boan betek pal ar maro; berad ha berad, an evoa skuilhet e vue etre daouarn Doue; ne vanke ken d'ezan nemet skuilh ar beradig divezan, hag e oa tizet fantan raktal kurunen peurbadus ar zent. Siouaz, sevel a ra, — a-oan ma c'hell sevel, — 'n em stlejan ra betek dor an ifern, ha skuilh a ra ar beradig divezan-ze eus e vue etre daouarn Satan ! 'N eur grenan e c'houlennomp ha penôs e c'hoarvezas kemend-.all ? N'ouzomp ket; mes ar pez a c'hellomp gouzout eo an doare da 'n em viret diouz eur gwall-eur ken hirvoudus. « Aukouaet am eus, eme ar profed, dibri ma bara, ha setu on 'n em gavet gwan ha dinerz. » Ar bara-ze eo korf Jezuz-Krist, en sakramant an ôter. Biskoaz ne oa bet mui ezom anezan eget hirie. Tudigou paour mac'h omp, touellet, mezevennet, dallet gant geier ha safar ar bed, n'ouzomp ket, n'hallomp ket anaout, tanva, briata lezen an Otrou Doue, anez eur skoazel holl-c'halloudek. N'hallomp ket parean da vat ar gouliou grêt en hon eneou gant ar pec'hed, anez eul louzou c'houek meurbed ag a dizfe betek gwrizien an ene; n'hallomp ket, drezomp hon unan, ren eur vue gristen na kontan war eur maro kristen. Hogen, sakramant an ôter eo al louzou c'houek, ar skoazel holl-c'halloudek. Mar tarernpredomp anezan, en stad vat, e silo en hon diabarz eur sklerijen trec'h da holl vougennou ar bed; eun nerz da barean hon holl gouliou. N'en em gavfomp ket, d'hon heur divezan, nec'het hag ankeniet, o vezan kerzet dizonj ha dibreder betek eno ; 'n en em gavfomp ket tant gouliou war hon ene, ha ne ve netra da Satan o digeri neuze, a rei d'ei tol ar maro. Magomp alïes hon ene gant korf ha gwad Doue, ha ne vefomp ket diskaret gant stourmad an heur divezan. Unnekvet devez a viz Meurz SANTEZ KOLETTA (1381-1447) En fin ar XIVet kantved, eur 'c'halve, e hano Robert Mollet, hag e bried, Mac'harit Mogon, a veve en Korbi, kêrig vihan eus ar Pikardi. Madelezus e oant evit ar beorien; troët oant da unani an enebourien ha da bedi evit ar bec'herien, mes, evel kerent Yan-Vadezour. e oant et pell war an oad, ha bepred e oant hep bugale. Mac'harit Mogon he devoa triugent vla, ha koulskoude, ne baoueze da bedi sant Nikolas d'ober d'ezan goulenn digant Doue ar c'hras eviti da vezan mamm. Doue a deuas erfin da zelaou he fedennou, ha d'an 13 a viz genver 1381, e lakas er bed eur verc'hig vihan, ha, dre anaoudegez vat evit sant Nikolas, e hanvas anezi Nikoletta. Da driouee'h vla, Koletta a gollas he zad hag hec'h mamm. Gwerzan a reas raktal kement a deue d'ezi diouz he zud, nemet eur c'hrusifi a viras hag a oe hiviziken hec'h holl zenzor. Klask a reas en em ober leanez; mes a-benn diou wech e teuas war he c'hiz. D'he bla warn-ugent, en em dennas en he zi hec'h-unan, stag ouz an Iliz, gant al le da chom hep mont ken anezan. An Otrou Doue, en meur a wech hag en meur a zoare, a ziskouezas d'ezi ne oa ket evelse eo e tlee tremen ne bue, hag e c'houlennas ouz ar pab dispanz eus he le, ar pez a oe digaset d'ezi. Raktal ec'h eas da Nis da gaout ar pab, Beneat XIII, da rei d'ezan da anaout ar gourc'hemenn he devoa bet digant an Otrou Doue. Goulenn a rê outan, da gentan, ôtre da vont en eil Urz savet gant an ôtrou sant Fransez, ha bet renet gant santez Klara, ha d'an eil, da neveât tri Urz sant Fransez. Koletta, arôk ma oe roët d'ezi he goulennou, a renkas, dre vurzudou skler, diskouez e oa Doue ganti. Dal m'he devoa bet he goulennou, e tizroas d'he bro, elec'h ne gavas nemet gwaperez ha dismegans. Mont a reas neuze da chom d'ar Savoa, hag eno eo e savas tier kentan hec'h Urz. Seitek a oe savet en hec'h amzer, ha goude he maro, betek tric'hant pevar-ugent a deuas da heul he lezen. Adreizan ha gwellât a reas ive kentan Urz sant Fransez. Eiz vla ha tregont hepken goude he maro, e oa pevar mil ha tregont relijius o vevan herve he gourc'hemennou. An Trede-Urz, a drugare d'he foan, a 'n em astennas ive meurbed hag a lakas ar vue gristen da vleunian en tiegeziou. Koletta, en kement a rê, ne glaske nemet gloar an Otrou Doue, hag abalamour da ze, netra n'helle miret outi da vont endro; ha Doue ive a ziskoueze, beb an amzer, e oa a-du ganti. Nebeut goude ma oe savet kouent Poligny, eul leanez a goueas klanv eno hag a varvas. Raktal goude he maro, en em ziskouezas da Goletta, a oa o chom en Besanson, gant eun ene lous ha divalo, c'houez an ifern gantan : kuzet he devoa treo ouz he c'hovezour. O welet kemend-all, kalon Koletta a oe glac'haret. Pedi hag aspedi a ra an Otrou Doue da gaout true ouz he c'hoar. Kas a ra, d'ar red, da Boligny urz da chom hep sebelian ar c'horf, ken ne zigouezo. Ha hi en hent. Pa zigouezas, e oa ar c'horf maro er chapel. Koletta a ra eur beden kalonek dirak an ôter vras, hag en hano Jezuz-Krist, e c'hourc'hemennas d'an hini varo sevel eus hec'h arched. Houman, dirak an dud sebezet, a zav, a goue war he daoulin, a ya da gaout he c'hovezour, a ziskuilh d'ezan kement a labe hec'h ene, a lavar d'an dud a oa eno : « Ma ene a oa o vont da gouezan en ifern; pedennou an abadez eo o deus miret ouzin da vont da goll da virviken;» hag e c'hourvezas adarre kerkent eu hec'h arched, maro-mik ! Koletta a goueas klanv en Gand, en miz c'houevrer 1447, hag eno e varvas, d'ar 6 a viz meurz war-lerc'h. Eno ive e oe sebeliet. War he be eo skrivet ar gomz-man : « Mignonez tener an Otrou Doue, rozen digor, stereden lugernus, dalc'h sonj ac'hanomp en heur ar maro. » He relegou a zo breman en Poligny, er Jura. Pi X a lakas ober he gouel, d'ar 6 a viz meurz, pe d'an de libr tostan a vije kavet. K E N T E L Klaskomp kreski gloar Jezuz-Krist Jezuz-Krist eo Roue ar rouaned hag Otrou an otroned; seul-izel e tiskenn ha seul-muioc'h e c'hloar a dle bezan laket da lufran. Evelse e reas Doue an Tad. P'hen gwelas o tiskenn eus an nenv hag o c'henel en kraou Bethléem, e kasas êle da embam e c'hloar d'ar vesaerien tro-war-dro. P'hen gwelas o tiskenn war lez stêr ar Jourden, etouez ar bec'herien, evit bezan badezet gant sant Yan-Vadezour, o komzas, eus barr an nenv, evit ober e veuleudiou. P'hen gwelas o vervel en dismeganz, war mene Kalvar, e lakas ar re varo da zevel eus o beziou, e tôlas war an heol eur goumoulen, e lakas ar reier da frailhan hag an douar da grenan. Evelse e reas Doue an Tad, evelse e tleomp ober, ni ive, d'hon zro. En kraou Bethleem, Jezuz-Krist a oa krouadur; war ar groaz, e oa den; en sakramant an ôter, n'eo mui henvel nemet ouz eun tamm bara. Na pegen izel eo diskennet ! Na pegen bras e tle bezan hon doujanz en e genver, ha na pegen bras e tle bezan hon aked da greski e c'hloar, o poanial bemde d'anaout anezan gwelloc'h ha da garet anezan muioc'h ! N'omp krouet, koulskoude, nemet evit an dra-ze; ne refomp nemet an dra-ze er bed-all ; greomp eta, en bihan, war an douar-man, ha gwellan m'hellfomp, ar pez a dleomp d'ober, en bras, en splander ar baradoz. Daouzekvet devez a viz Meurz Sant Pol Aurelian Kentan Eskob Bro-Leon Pol Aurelian a c’hanas en Breiz-Veur, war-dro ar bla 480, en eur c’harter hag a hanved Penn-ejen. E dad, eun den a renk uhel, a gasas anezan abred d’ar skol gant sant Iltud. Eno e trec’has ar vugale a oa gantan, dre e ouiziegez ha dre e fumez. Da c’houezek vla, en em dennas en eul lec’h distro hag e kendalc’has eno, e-unan, e vue a studi hag a beden. Da dregont vla, e oe beleget, hag e savas neuze eur manati, daouzek beleg ennan, hag hen ar penn aneze. Prest goude, war c’houlenn ar roue Mark Konomor, e prezegas ar fe en e rouantelez, ha pa c’hoantaas heman gwelet ober eun eskob anezan, e treuzas ar mor don, (512). Bezan e oa gantan, ouspen e zaouzek beleg, daouzek dijentil, nizien ha kendirvi d’ezan, gant o gwrage, o bugale hag o servijerien ; eur c’hant bennak a c’hallent bezan o tivroan. Ober a rejont eun diskenn en enez Eusa, hag ac’hane e pignjont en douar bras. Goude eun nebeut miziou diskuizan en bro Talmeze (1), e treuzjont an Aber-Benniget hag an Aber-Wrac’h, da glask mestr ar vro, evit en em glevet gantan. En Grouanek, e klevjont gant e vesaër e oa en Baz o chom. Goude eur veaj pell ha hir, en em gavjont gant eur gêr goz, e-tal ar mor, mogeriou mouded uhelder vrao d’eze, endro d’ezi, hag en he c’hreiz, eur c’hastel koz savet gant ar Romaned. Kêr ha kastel a oa goullo. An tan a oa bet enne ; ne oa dre holl nemet dismantr, den ebet, netra, nemet eur wiz gant he c’hlodad moc’h bihan, eun tôl gwenan en eur wezen dann, eun amboubal, eun ours hag eul loen goue-all bennak c’hoaz… Trei a rejont, o lezel ar c’hastel koz-ze war o dorn deou, hag en em gavjont en Baz. Eno e oa Wizur, ôtrou ar vro, eur Breizad divroet ive, deut gant e dud en Bro-Arvor, nevezik a oa, o tec’hel arôk ar Zôzon. Wizur a reas digemer laouen da Bol, ha seul-laouennoc’h, ma teujont da anaout e oant kerent. Epad ma oant o komz, e tigouezas eur pesketaer, a oa gantan en e zorn eun eog, eur c’hloc’h en e c’henou. Pol, o welet ar c’hloc’h-ze, a reas eur mousc’hoarz. — Laket anezan da zon, emezan ; hag o klevet e zon, e galon a c’hoarze en e greiz. — Perak e c’hoarzet ? eme Wizur. — C’hoarzin a ran, eme Bol, o welet madelez divent an Otrou Doue em c’henver. Ar roue Mark ne oa ket bet falvezet gantan, pa gimiadis dioutan, rei d’in unan eus ar seiz kloc’h an evoa en e lez. Setu ma teu d’in breman en genou eur pesk. Ar gwel eus ar pesk-ze, a lake levenez evelse, a reas da Wizur sonjal en eul loen-all a oa en enezen, a dôle ar spont dre ar vro, eun dragon euzus, goest den ebet da zont a benn anezan. Komz a reas anezan d’ar zant. Heman a bedas hag a c’houlennas unan bennak da vont d’e heul. Eun den yaouank hepken, e hano Nuz, a ’n em ginnigas. Pol a ziskennas betek toull ar serpant ; stolian reas an aneval, ha rei a reas anezan da Nuz da deuler er mor. War-lerc’h an tôl kaer-ze, Nuz, an den yaouank dispont, a oe lezhanvet Gournadec’h. Wizur, o welet madoberou ha galloud sant Pol, ne ouie penôs e drugarekât trawalc’h. Rei a reas d’ezan e gloc’h, ar pevar aviel a oa o paouez skrivan hen e-unan, enezen Vaz ha kastel koz ar Romaned. An den-Doue a zavas eur manati en Baz hag eun all er c’hastel koz, a oe lezhanvet hiviziken Kastel-Pol, hag en em roas a galon da brezek endro d’ezan anaoudegez ha karante Jezuz-Krist. Labour denn, evit gwir, rak en Bro-Leon e oa neuze diou ouen dud dishenvel an eil diouz eben ; ar Vretoned diskennet eus Breiz-Veur hag a oa kristenien holl, kouls lavaret ; an Arvoriz, da lavaret eo, an dud a oa a-viskoaz ar ouen aneze er vro, hag a oa paganed holl, evit c’hoaz, ha stag mat, zoken, ouz o c’hredennou gaouiat. Ar Vretoned, Wizur er penn kentan, a ’n em glevas gant ar roue Childebert evit ma vije hanvet Pol da eskob Leon, ha setu ar pez a c’hoarvezas (530), kaer an evoe harz ouz an enor hag ouz ar garg-ze da gouezan warnan. Evelse eo bet savet eskopti Leon, a yee eus Kastel-Pol betek beg Lokmaze penn ar bed, hag a oe diskaret, d’an Dispac’h, ha staget ouz eskopti Kerne (1802), da c’hortoz ma teurvezo gant Doue ha gant an dud e welet o sevel adarre en e zav hag o kemer, etouez eskoptiou Breiz, e renk a enor, skedusoc’h evit biskoaz. Goude bezan roët ar pep gwellan eus e galon da groui e eskopti, sant Pol a varvas en Baz, en fin ar c’houec’hvet kantved. E gorf a oe sebeliet en e iliz-veur, en Kastel-Pol, elec’h ma virer c’hoaz e benn ha darn eus e relegou, en eur relegouer eus ar re gaeran. Ar c’hloc’h a deuas d’ezan dre vor, en genou eun eog, an Hirglas, a virer ive e-tal e ôter. (1) El lec’h m’eman breman Lambol-Witalmeze. K E N T E L Bezet tud kalonek ! Ar yaouankiz eo diazezourien an amzer da zont. I a raio anezan kouls pe gwelloc’h evit an amzer vreman, herve an dalvoudegez o devo gouveet da dennan, p’int deut d’en em anaout, eus kement o deus kavet enne hag endro d’eze. Tud yaouank, ma fell d’ac’h kaout karante Doue ha karante an dud, heuilhet kalonek relijion Jezuz-Krist, ha bezet ken kalonek-all d’he difenn, bep gwech ma klevfet he dispenn. I. — Er relijion, n’eus netra dreist ho kalloud; seul-vui e heuilhfet anezi, ha seul-vui e vefet el levenez, ha seul-vui e lugerno skedus, war ho tâl, bleuniou ho yaouankiz. Heuilhet-hi eta abalamour d’ac’h hoc’h-unan ; heuilhet-hi ive, abalamour d’ho tad ha d’ho mamm o deus ho luskellet, epad ho pugaleach, en karante ar Werc’hez hag en doujanz Doue ; o deus dioueret pep tra, evit n’ho pije diouer eus a netra ; o deus gouzanvet ganac’h eleiz a boan, evit m’ho pije nebeutoc’h, ha ne c’houlennont nemet eun dra, ho kwelet o kerzet war hent an enor hag ar fumez. Heuilhet-hi eta, ha mar deo red, evit kement-se, ober dishenvel diouz ar re-all, n’ho pezet aon ebet evit ober dishenvel diouz ar re-all ; grêt ar pez a welet a zo mat, tec’het diouz ar pez a welet a zo drouk, ha losket an dud da lavaret ar pez a garfont. Teodou darn a raio gwap ac’hanoc’h, mes kalonou an holl a lavaro eus pep-hini ac’hanoc’h : « Hennez a zo eun den ! » II. — Tud yaouank, difennet ho relijion. N’eus netra enni nemet fumez ; n’eus prosez ebet ken ês da c’honid hag he hini. Koulskoude, arôk ma c’hallfet e c’honid hoc’h-unan, e vezo red d’ac’h studian. Hon enebourien a gomz a-dreuz hag a-hed, heb anaout ar pez a glaskont diskar ha hep gouzout petra zavfont e plas. Na ret ket evelte! Studiet er gêr, epad nosveziou hirr ar goanv, dreist-oll, en kelc’h-studi ha parouz hag en harz kador-brezeg ho peleien. Skrivanier ha prezeger, e tle pep den yaouank kristen bezan, en de a hirie. Ar gristenien n’int kristenien, nemet abalamour ober ar c’hiz, a zo, a drugare Doue, ar ouen aneze o vont e traou. C’houi a vezo kristen, abalamour m’ho pezo gwelet eo red d’ac’h bezan kristen. Ho fe, o vezan ma kouezo he gwriziou eus ho spered betek goueled ho kalon, a bado keit hag ho pue. Digouezet eo d’ac’h dont en oad, en eun amzer a reuz hag a zispac’h. Na pebez tôl-kaer evidoc’h da c’houren ha da lakat da dalvezout ar gwad yaouank ha nerzus a red en ho kwazied ! Ra vezo pep-hini ac’hanoc’h eur Gournadec’h ! Trizekvet devez a viz Meurz SANT GREGOR Pab ha Doktor, reizer ar c'han Iliz (590-604) Gregor, lezhanvet meur, ha n'e ket heb abeg, a c'hanas en Rom, war-dro ar bla 540. E dad, Gordian, a oa senatour, hag hen e-unan a gemeras peurz, eur pennad, en gouarnamant ar vro. Da varo e gerent, e savas c'houec'h manati er Sisil, hag eur seizvet en Rom, en e di, hag eno e wiskas' saë ar venec'h, d'e vla ha tregont, goude bezan rannet e holl vadou etre ar beorien. Eun devez, o tremen er marc'had, e kavas eno eun toullad pôtred vihan, digaset di da werzan. Ar gwel eus o gened hag eus o yaouankiz a reas d'ezan goulenn ha kristen e oant. - Nan ! a lavaras ar marc'hadour. - Ma ! mantrus eo, emezan, e vefe korfou ken koant dindan galloud an drouk-spered, ha ne vefe ket gras Doue o chom en pennou ken seder ! O vezan klevet e oa ar vugale-ze eus a Vro-Zôz, e c'hoantaas mont betek eno da brezek ar fe. Ar pab Beneat I, hag a oa neuze war Gador sant Per, a roas d'ezan ôtre; mes a-boan ma oa gouveet e oa et en hent, tud Rom a yeas droug enne ha ne rojont peuc'h ebet d'ar pab, ken ne gasas urz d'ezan da zizrei, rak anez, emeze, o c'hêr a oa grêt ganti. Gregor, war an urz kaset d'ezan, a deuas war e giz. Eur pennad goude, e oe grêt kardinal ha kaset, evel kannad, da Gonstantinopl, elec'h ma chomas c'houec'h vla. Eno, an eskob Eutychius a lavare e vije ar c'horfou, eur wech savet eus a varo da veo, ken tano ma n'helljed ket kaout krog enne. Gregor a zispennas ken brao e gelennadurez, ma reas an impalaer dêvi raktal e levriou; hag Eutychius e-unan, o vezan kouezet gwall-glanv, nebeut awalc'h a arnzer goude, a groge en kroc'hen e zorn, dirak eleiz a dud deut d'e welet, hag a lavare : « Anzao a ran e savfomp holl eus a varo da veo, gant ar c'horfou hon deus bet war an douar. » Pa zizroas da Rom (585), e sikouras ar pab Pelaj II da gas aferiou an Iliz endro; ha pa varvas heman, pemp bla goude (590), an holl a hanvas anezan da vont en e blas. Dre ma kave ar garg-ze re bonner diouz e ziskoa, Gregor a glaskas tec'hel. Poan an evoe, rak ar bobl a gemere difianz anezan hag a dôle evez. Koulskoude e teuas a benn d'en em glevet gant diavêzidi, hag ar re-man a lakas anezan en eur baner haleg, hag a reas d'ezan mont evelse eus kêr, dre guz. Epad tri devez, e redas a-dreuz da dreuz d'ar c'hoajou ha d'ar meneziou. En Rom, dal ma oe anavezet ar c'helou, e oe kanv bras. Epad tri devez, kêriz a yunas hag a bedas, da c'houlenn digant Doue dizro o fastor muian-karet. Mont a rejod d'e glask, hag eur sklerijen, a heuilhe anezan dre mac'h ee, eo hen diskuilhas. Gregor a oe neuze douget, en kreiz ar meuleudiou, betek iliz Sant-Per, hag an de war-lerc'h, e oe kurunet pab, dirak ar bobl a ouele gant ar joa. Keit ha ma chômas en penn an Iliz, e roas testeniou niverus eus e zantelez, eus e ouiziegez hag eus e aked da greski gloar Doue. Bemde, en dije eur pardoner bennak o tibri ouz e dôl, hag an Otrou Doue a azezas eun devez en o zouez. Sebezus eo al labour a reas, daoust d'an nebeut a yec'hed an evoa, epad ar pevarzek vla ma vevas war Gador sant Per. Bepred e vije ar bluen en e zorn, evit diskuilh ha dispenn ar gwall c'hiziou, evit gourc'hemenn heman, pe alian hennont, evit gourdrouz eun trede ha rei kalon d'eur pevare. Eiz kant daou-ugent lizer bennak skrivet gantan a virer c'hoaz. Kement a c'hoant an evoa da welet e veleien desket, ma c'hellas eun eskob skrivan d'ezan, eun devez : « Ma vije red d'ar veleien bezan ken gouiziek ha m'ho peus c'hoant, ne vije kavet hini ebet ken ! » C'hoant an evoa ive da welet aneze santel, rak evitan, ar veleien fall a zo henvel ouz dour-meur ar vadeziant a walc'h ar pec'hejou, hag a ya, goude-ze, d'en em goll en toull an dour fank. Skrivan rê da eskibien ar zav-heol ha da re ar c'huz-heol, da gas d'eze e urziou. Kas a reas ar manac'h Augustin, gant daou-ugent eus e vreudeur, da c'honid ar Zôzon da Jezuz-krist. Peurskei a reas e traou relijion ar baganed, er Sisil, er C'hors hag er Sardaign. Sevel a reas Levr ar Pastor, peder loden ennan; er gentan, e lavar piou a c'hell bezan beleget; en eil, penôs e tle bezan ar bastored; en trede, penôs e tleont kelenn; er pevare, pegen izel a galon e tleont bezan. Hennez eo kaeran levr a gave gwechall ar re goz, goude ar Skritur-Zakr. Bezan e oe ar pab a labouras ar muian da zevel ar c'han-iliz dre ar bed kristen. Da gomzou an oferen, e roas toniou dudius, a zo deut betek ennomp, hag a gaver ken kaer, ma leverer e tle bezan o desket hant an êle. Evit miret ar c'han-ze war e lerc'h, an evoa savet, en Sant-Yan-Latran, eur skol elec'h ma teske anezan d'ar yugale. E-unan e teue d'o skola, ha pa veze an drouk-izili o stourm outan, e rê e zougen e-touez e bôtred vihan, ha gourvezet war eur gwele, e roë e gentel, gant eur vaz en e zorn, da skei war ar re a fazie. Eus ar skol-ze eo e teue ar re a zeskas en Bro-C'hall, en amzer Charlemagn (800), toniou-iliz sant Gregor. Sant Kemo, ermit, enoret en LoKemo, parouz Tredrez, eo merket ive e hano, en de a hirie, war roll ar zent breton. K E N T E L Kan ar bobl en iliz Evel m'hen gwelomp dre lizerou an abostol sanl Pol, ar gristenien gentan, p'en em zastument evit al lidou sakr, a gane. Ar c'han en Iliz a zo ken koz eta hag an Iliz hec'h-unan. Pa bignas sant Gregor war Gador sant Per, e kavas e oa dishenvel doare kanan peb iliz. En em lakat a reas da zastum an toniôu braoan anavezet en ilizou ar zav-heol hag en re ar c'huz-heol; ober a reas eun dibab etreze, a reizas goude-ze diouz e c'hiz, hag a zeskas da ganerien iliz Sant-Per en Rom. Er bla 1904, e oa goueliou bras en Rom, en enor d'an drizekvet kantved abaoue m'oa tremenet sant Gregor da welloc'h bro. Pi X a gemeras tu ac'hane evit skrivan e eil lizer-a-bab, hag e c'hourc'hemennas drezan kemer preder gant ar c'han-iliz, o tizrei da hini sant Gregor. Eun iliziad tud o pedi, pep-hini diouz e du, a zo kaer; eun iliziad tud o kanan holl a-unan, gwazed ha merc'hed, bep eil, a zo dudius. Faziou a vo grêt marteze, er penn kentan dreist-oll, mes gant an amzer e vo grèt gwell. Kanomp eta, pa vezomp en ofisou: meuleudiou Doue a vezo kaeroc'h, rak ar beden ganet eo ar gaeran eus an holl bedennou. Pevarzekvet devez a viz Meurz SANTEZ MATHILD Impalaerez an Alamagn Mathild, goude bezan bet savet a-zoare, gant he mamm, en eul leandi, a zimezas da Herri, prins eus ar re gaeran, duk Sax. Herri hag e bried a skuilhe madoberou endro d'eze, hag a deue da c'honid kalonou an holl. Rak-se, pa varvas Konrad, impalaer an Alamagn, ar bobl hag an ôtrone vras eus ar vro n'o devoe nemet eur vouez evit lavaret : « Ra vezo an duk Herri impalaer ! » Adalek neuze, Mathild a oa impalaerez. An dra-ze ne viras ket outi da gemer preder bepred gant an dud ezommek, hag ar garante he devoa evite ne lake tamm 'bet ar bobl da gaout nebeutoc'h a zoujanz evit ar renk uhel m'oa savet enni. Doue a roas d'ezi pemp krouadur; tri mab : Othon, impalaer war-lerc'h e dad; Herri, duk Bavier, ha Brunon, a oe arc'heskob en Kologn; ha diou verc'h, a oe unan aneze Jerberga, rouanez er Frans. Herri ha Mathild n'o devoa nemet eur c'hoant. Karante Doue oa al liamm a unane aneze; ar pez a glaskent oa tizout ar baradoz ha trec'hi o zechou fall, kalz muioc'h evit gonid kêriou ha broiou. Doue, koulskoude, a reas d'eze gonid meur a hini, evit rei tu d'eze da astenn rouantelez Jezuz-Krist. A greiz ma oant o-daou en o amzer wellan, o renkan pep tra endro d'eze, Herri a goueas klanv. Mathild a veze noz-de e-tal ar c'hlanvour. Poanial rê da chom hep gouelan dirakan, gant aon d'e lakat da fallgaloni. Beb an amzer, e komzent eus bue ar bed-all, eus dudiou ar baradoz hag eus breskadurez treo ar bed-man. .....Dal ma welas he fried tremenet, Mathild a zigemeras a galon vat ar groaz pounner a deue d'ezi, ar pez ne viras ket ouz he gouelvan da vezan ken bras, ma chomas pell war leur he zi, heb anaoudegez. Pa deuas he nerz d'ezi, ec'h eas da gerc'hat he zri mab, hag e lavaras da Othon, an hini henan : « Ma mab, emezi, ma pignet war drôn ho tad, dalc'het sonj e tiskennfet, eun de, en e ve ! » Hag e c'houlennas ha ne oa beleg ebet war yun en kêr, hag o vezan kavet unan, e pedas anezan da oferennan kerkent evit he fried, neve et dirak Doue. Prest goude ma oe sebeliet an impalaer Herri, Ottion a oe laket war e drôn, ha Mathild, en e lez, a dalc'has d'en em rei muioc'h-mui da Zoue ha d'an oberou a drugare. Kement-se ne viras ket outi da gaout enebourien, a c'honezas ken brao he mibien, ma rojont d'eze da gredi he devoa tenzoriou bras kuzet en eun tu bennak, hag e tismantre gant ar beorien ar peadra a oa dleet d'he bugale. Mathild a oe grêt kement a vue fall d'ezi, ma renkas en em denn. Mes nebeut goude, Othon ha Herri, ar vugale dianaoudek, a oe skoet ken gwaz, ma lavaras an holl e oa an Otrou Doue o kastizan aneze, abalamour d'an dismegans o devoa grêt d'o mamm. Othon a gasas neuze kannaded da gât ar brinsez reuzeudik, da c'houlenn pardon diganti, ha da bedi anezi da zizrei. Mathild, eur wech dizroet da di he mab, a dalc'has da vezan mamm ar beorien, difennourez ar boblou, advokadez ar brizonerien, levenez ar vro, diazezourez eleiz a ilizou, a hospitaliou hag a vanatiou; en eur ger, kristenan prinsez eus hec'h amzer. Wilhelm, arc'heskob Mayanz, he mab-bihan, a absolvas, a gommunias hag a nouas anezi en he c'hlenved divezan. Mervel a reas d'ar 14 a viz meurz 968, ha sebeliet e oe skoa ha skoa gant he fried, evel m'he devoa goulennet. K E N T E L An anaoudegez vat An hini a zo bet grêt eur vad bennak d'ezan, a dle, da gentan, anaout ar vad-ze ha diwall d'hen ankouât. Ar vad grêt ankouaet, a leverer; kement-se ne dlefe biken bezan gwir, da vihanan, 'vit eur c'hristen. D'an eil, komz en eun doare dereat eus e vadoberour. Darn a ve kavet, a-wechou, ha n'o deus ket gwasoc'h enebourien evit o madoberourien : an dud-ze a 'n em lak izeloc'h evit al loened mut. D'an trede, rei eun dra bennak en dizro. Rak kemer hep rei A lak ar garante da drei. Evit anaout pegement a dalvoudegez an eus eur vad, e tleer sellet, nan ouz ar pez a ro, pe a ra ar madoberour, mes ouz muzul ar garante a zougas anezan d'ober ar vad an eus grêt. An hini a zo bet grêt vad d'ezan 'n eus ket da rei na d'ober d'e vadoberour al labour a zo bet grêt evitan, pe an danve a zo bet roët d'ezan; diskouez a dle avat, kement, ha muioc'h zoken a garante, d'e vadoberour, evit n'an eus diskouezet e vadoberour d'ezan. Ar beorien a dle diskouez o anaoudegez' vat, oc'h enori ar re ra vad d'eze hag o pedi evite. Ne gonter ket e rafent netra-all ebet ken. Ar re o deus êz da rei eun dra bennak d'o madoberourien, en testeni eus o anaoudegez vat, a dle kemer au tu ha gouzout an doare da roi. Eun dister tra a ra plijadm, pa ouveer e ginnig. Arabad d'imp gedal anaoudegez vat hon unan, evit ober vad; mes ma rêr vad d'imp, bezomp anaoudek bepred : an dianaoudegez a zo eun dra ken divalo ! Pempzekvet devez a viz Meurz SANT LONJIN Ar zoudard a doullas Kalon Jezuz War-dro ter heur, d'ar gwener arôk Pask ar Judevien, e varve Jezuz-Krist war ar groaz, etre daou laer. Raktal, an heol a.guzas e sklerijen; an douar a grenas; ar reier a frailhas; pallen an Templ a rogas etre daou damm; tud varo a oe gwelet o sevel eus o beiou; ar re a oa e-tal ar c'hroaziou a grogas aon enne, o welet ar pez a dremene, hag a ziskennas en kêr. Ne chomas war ar mene nemet an Itron-Varia, Yan, an abostol, hag unanik bennak eus ar merc'hed a gare Jezuz. Giz Rom oa lezel ar re grusifiet ouz ar groug, d'al lapoused ha d'al loened goue da zibri. Grwelet e oa bet darn o chom betek tri devez stag ouz ar groaz, arôk mervel. O vezan ma oa amzer Fask o tigeri en abardê, ha ma ne oa ket dereat lezel korfou ar re gondaonet ouz ar groug, epad ar goueliou, enebourien Jezuz a yeas da gaout Pilat, da c'houlenn urz digantan da lakat peurlazan an tri grusifiet, abalamour d'o sebelian arôk an noz. Mall o devoa da welet êt, eus a zirak o daoulagad, skeud eun den a oa trec'h d'eze c'hoaz, zoken en e varo. Pilat a gemennas eta d'ar zoudarded mont da derri divesker an tri a oa en kroaz, hag evelse en em gemerjod da beurachui an daou laer. Jezuz ne oa bue ebet ennan ken. Elec'h terri d'ean e izilli, ar pez a gave didalve ha divalo, ar zoudard Lonjin a zarc'haoas eun tol goaf gantan en e goste. En doare-ze, hep gouzout d'ezan, e lake da zont da wir ar pez a oa bet merket diwar-benn Salver ar bed, pell bras a oa, : « Ne vije torret askorn ebet ennan. » Sant Yan a welas gouli ar galon, hag a lavar e strinkas gwad ha dour anezan. Jezuz-Krist a gemeras true ouz ar zoudard a deue da gaout doujanz evit e gorf-maro, hag a zigoras e zaoulagad da sklerijen ar fe. War a lavarer, Lonjin a varvas merzer. Skuilh a reas e wad, dre garante evit an den-Doue an evoa gwelet o skuilh, betek ar berad divezan eus e wad, dre garante evit an dud. K E N T E L Gouli Kalon Jezuz Ar galon eo skeuden ar garante. Jezuz-Krist, evit diskouez d'imp pegement e kare ac'hanomp, a falvezas gantan e vije digoret e Galon, ar Galon-ze a dride dija en kraou Bethleem, dre garante evidomp, a c'houzanvas poaniou ken garo en liorz Jetsemani, hag a c'hed, noz-de, ac'hanomp breman, war dôl ar Zakramant. Tostaomp eta hon c'halon skornet, ma teuio da domman diouz e hini tomm-bero. Sellomp alïes ouz Kalon Jezuz; ar zell-ze a zigas sonj d'imp eus ar c'henteliou a zavas 'vit an dud, eus ar pedennou a reas evite d'e Dad, eus ar skoueriou kaer a roas endro d'ezan, eus ar zakramanchou, andoniou ar vue evit bon eneou; eus ar baradoz, rak treo int holl ha n'o deus gellet diwan nemet en e Galon-Zakr. Na pebez tôlen helavar eo Kalon Jezuz ! Sellomp alïes outi. Jezuz a oa tremenet. Ar gouli grêt en e galon, didalve da welet, a dalvezo da Jezuz da ziskouez d'an dud betek pegeit eo êt egarante; digeri a ra dor ti ar garante. En em dennomp ennan eta; eno ema ar peuc'h, ar sklerder, ar zantelez, ha diwallomp da zerri anezan ken dre ar pec'hed ! C'houezekvet devez a viz Meurz Ar Gwad presius An Otrou sant Per a lavare d'ar gristenien : « N'eo-ket gant aour ha gant arc'hant, treo hag a vergl hag a deûz, oc'h bet dasprenet, mes gant gwad presius Hon Zalver Jezuz-Krist, an Oan digailhar, disi ha dinam. » Hon Mamm zantel an Iliz a fell d'ezi e vefe ar gentelze war dasprenedigez an holl dud gant gwad presius Mab Doue, dalc'h-mat dirak hon daoulagad, hag abalamour da ze, e ra goueliou eleiz, en enor da Basion ha da varo Hon Otrou. Bezan he deus daou zevez : unan er goanv, d'ar bevare gwener eus ar c'hoareiz, eun all en hanv, d'ar zul kentan a viz gouere, gwestlet d'enori ar gwad a skuilhas ar C'hrist evit silvidigez an dud. En amzer goz, e oa ar c'hiz da lakat ' us d'an ôter vras, en gwer a liou, an dôlen eus Jezuz-Krist stag ouz ar groaz, evit digas sonj d'an dud eus sakrifis ar groaz, a neveaer bemde war an ôter, epad an oferen. Dre holl, hag a-viskoaz, ar gristenien o deus enoret gwad Hon Zalver. Lec'hiou 'zo, koulskoude, hag eo enoret muioc'h enne evit el lec'hiou-all, al lec'hiou ma zo enne tamm pe damm eus relegou ar Basion. Setu ar pez a c'hoarve, dreist-oll, en Andria, kêr a 30.000 den, demdost da Napl. Eno e virer eun dren eus ar gurunen-spern, roët gant sant Loeiz, roue Frans, d'e vreur Charlez roue Napl. Heman hen roas da eskob Audria, hen serras, evel eun tenzor, en e iliz-veur. An dren-ze a zo en e veg eun nebeut pikadennou brun, gwad diouz penn Hon Zalver deut da zizec'han gant an amzer. Hogen, bep gwech ma koue Gwener ar Groaz da genver gouel ar bemp warn-ugent a viz meurz, ar pikadennou-ze a deu da ruzian evel gwad neve skuilhet. Skridou gouiziek, miret gant evez vras en eskopti Andria, a zo enne an testeni e tigouezas ar burzud-ze, er blaveziou 1633, 1644, 1701, 1712, 1864 ha 1910. Setu penôs e c'hoarvezas er bla 1910. An ôtrou Staïti di Brancaleone, eskob Andria, a vodas en e balez, d'an 10 a viz gouere 1909, pennou-bras kêr, ugent aneze, a oa en o zouez meur a zen dife; dispakan reas dirake an dren santel, hag eur wech m'o devoe sellet piz outan, e oe laket adarre en e gloc'h gwer, klozet warnan gant seiennou ru, ha siellet gant siell al Lez-Varn ha hini an Eskopti, en hevelep doare ma n'heller ket kregi en dren santel, anez terri ar zeien pe ar weren. D'ar 25 a viz meurz 1910, an ôtrou Staïti a roas da welet, en e iliz-veur, e oa bepred ar siellou en o fez, ha ne oa ket bet eta digoret ar relegouer, abaoue an 10 a viz gouere eus ar bla tremenet. Ar pedennou a gomansas, renet gant an Otrou 'n Eskob e-unan. Dre ma tostae an abardê, birvidikoc'h e pignent etrezek an nenv. Mes ar burzud ne c'hoarvezas ket. Ailhoned Andria a oa lorc'h enne. Da c'houec'h heur hanter diouz an noz, e oe serret an iliz. An Otrou 'n Eskob, arôk lezel ar bobl da vont er-mêz, a c'hourc'hemennas d'ezan kenderc'hel da bedi ha da c'houlenn pardon ouz Doue eus ar pec'hejou a vire, marvat, ouz ar mirakl da c'hoarvezout. An de war-lerc'h, e keit ma oa ar beleg o sevel ar Gloria in excelsis Deo, an dren santel a ruzias; raktal, pennou-bras kêr a dostaas outan, ha goude bezan gwelet ar burzud ha touet lavaret ar wirione, e trojont ouz ar bobl, an eil goude egile, da lavaret e oa 'n em gavet ar mirakl : ar gwad, tro-war-dro d'an dren, a oa deut da vezan fresk-beo. Eur prosesion bras a oe grêt en enor d'an dren santel, hag ouspen triugent mil den a ziredas da Andria da drugarekât Doue ha da ganan gloar ha meuleudi d'e wad presius. Kentan gwech ma tle ar burzud-man en em gaout adarre, eo d'ar 27 a viz meurz 1921. K E N T E L Tridal ha krenan O ma Zalver binniget, ar gwel eus ar gwad ho peus skuilhet evidon a ra d'am c'halon tridal ha krenan ! Ober a ra d'am c'halon tridal, rak anaout a ran, dre eno, ho karante em c'henver; eun daken dour hepken, kouezet eus ho taoulagad, a oa awalc'h evit gwalc'hi holl bec'hejou ar bed, hag eo ho kwad, betek an divezan berad, eo ho peus c'hoantaet skuilh ! Ar gwel-ze a ra d'am c'halon krenan, rak goulennet e vezo kont diganin, eun de, eus ho kwad, o ma Jezuz ! Gouzanvet ho peus kement, dre garante evidon, ha me ne garan gouzanv netra evidoc'h ! Ma bue a astenn bemde, ha ne ran netra, kouls lavaret, evit silvidigez ma ene, a zo koustet ken ker d'ac'h. Roët d'in ar c'hras da bignal, beb an amzer, war ho kalvar, ha da unani ma foaniou gant ho re. Grêt, o ma Zalver, ma rin ha ma c'houzanvin eun dra bennak evidoc'h, c'houi hag ho peus grêt pep tra ha gouzanvet pep tra evidon ! Seitekvet devez a viz Meurz SANT PATRIK Kentan Eskob Armagh (387-465) Patrik, lezhanvet abostol an Iverzon, kar, dre e vamm, da zant Martin, eskob Tour, a oe laeret da c’houezek vla, gant tud goue, ha kaset evel sklavour d’an Iverzon. Eno, e oe karget da vesât al loened, ha goude bezan grêt ar vicher-ze epad c’houec’h vla, e c’hellas kaout e frankiz hag e tizroas da Vro-C’hall. Studian a reas neuze en skoliou menec’h Marmoutier ha Lerin. Chom a reas, eur pennad, en kichen sant Jermen Auxer, ha mont a reas gantan da Vreiz-Veur, da rei dorn d’ezan da zispenn ar fals-kredennou a gase Morvan etouez kristenien ar vro-ze. Eur wech dizroet da Vro-C’hall, ne zaleas ket da vont da Rom (432), hag ar pab Selestin a roas d’ezan e vennoz, gant ar gemennadurez da vont d’an Iverzon da brezek ar fe. O tremen dre Auxer, sant Jermen a gonsakras anezan eskob. War e hent, e kavas menec’h a falvezas gante mont d’e heul. Epad ar rest eus e vue, e labouras da rei da bobl Iverzon anaoudegez eus Hon Zalver Jezuz-Krist. Klask a reas dont a benn eus e vestr, Milcho. Kas a reas d’ezan aour, mes ar gwall-den-man, et er-mêz anezan e-unan o welet e sklavour koz, a zastumas endro d’ezan e zanve, a lakas an tan enne hag a chomas da zêvi en o c’hreiz. An drouized, beleien ar baganed, a oa neuze holl-c’halloudek en Iverzon. Patrik an evoe da stourm oute, hag ober a reas kenkoulz, ma oe gallet lezhenvel an Iverzon : « Enezen ar Zent. » Poblou diniver a vadezas; eskibien ha beleien eleiz a gonsakras; gwerc’hezed hag intanvezed a lakas da vevan en leanezed. E gador-eskob a ziazezas en Armagh : an iliz-veur a zavas eno, mamm holl ilizou-meur Iverzon, a binvidikaas gant relegou deut d’ezan eus a Rom. Skedi a reas kement, dre ar pez a wele eus treo ar bed-all, dre ar pez a anaveze eus an amzer da zont, dre ar burzudou diniver an evoa ar c’halloud d’ober, mac’h eas ar vrud anezan a bep tu, en eun doare souezus. Daoust d’ar preder a gemere bemde gant an ilizou an evoa savet a-gle hag a-zeou, ne verrae gwech ebet e bedennou; alïes alïes e rê sin ar groaz. Gwech ebet n’en em lake en hent d’ar zul, dre zoujanz evit devez an Otrou Doue. Den hep lorc’h, mar doa unan, e laboure gant e zaouarn, evel an Abostol bras. Mervel a reas, oajet bras, ha sebeliete oe en Dawn, e kerz ar bempvet kantved goude donedigez Jezuz-Krist, war-dro ar bla 465. K E N T E L Sin ar groaz Sin ar groaz eo merk ar c’hristen. Eun dra verket a zo eun dra perc’hennet. Pa reomp sin ar groaz, e tiskouezomp eta ec’h omp diskib da Jezuz-Krist. Pa reomp sin ar groaz, ec’h anavezomp en Doue an unanded hag an dreinded, rak o lavaret en hano, e verkomp n’eus nemet eun Doue, hag o lavaret an Tad, ar Mab hag ar Spered-Santel, e tiskouezomp e zo en Doue tri ferson dishenvël. Pa reomp sin ar groaz, ec’h anavezomp eo Mab Doue en em c’hrêt den, an eus gouzanvet hag eo maro war ar groaz evit non dasprenan. Eun dra vihan da welet, sin ar groaz a zo eta eun dra vras da c’houzout, hag an eus galloud da grenvât ar fe, da bellât an drouk-sperejou ha da dennan bennoz Doue warnomp ha war ar pez a reomp. Mat eo eta ober sin ar groaz, diouz ar mintin, pa zaver, diouz an noz, pac’h er da gousket, arôk ha goude ar prejou, arôk ha goude al labouriou, en eur vont en iliz hag en eur zont er-rnêz, pa dremener eur groaz bennak, ha, dreist-oll, arôk ha goude ar pedennou. Triouec’hvet devez a viz Meurz Sant Gabriel Arc’hêl Kannad ar C’helou mat Gabriel a zo unan eus prinsed an Ele. Bezan eo unan eus ar seiz arc’hêl a zo dalc’h-mat en o zav dirak trôn an Otrou Doue, evel ma lavaras e-unan da Zakarias. E hano a zinifi « nerz Doue. » D’ezan e oe roët ar garg da gas war an douar kelou eus Mab Doue o ’n em ober den evit silvidigez an dud. Hag evit gwir, nerz Doue n’en em ziskouez gwelloc’h en nep lec’h evit en Jezuz-Krist, Salver ar bed. Gabriel a roas da anaout da Zaniel ar peder rouantelez a dlee kouezan an eil goude eben, arôk donedigez ar C’hrist, hag an dek sun ha tri-ugent a vlaveziou a dlee tremen c’hoaz goude, arôk e c’hinivelez. Gabriel eo a ’n em ziskouezas da Zakarias da gemenn d’ezan ginivelez Yan-Vadezour. El an Otrou a oa en e zav en tu deou da ôter an ezanz, eme sant Lukas. Ouz e welet, Zakarias a oe strafilhet : — N’ho pezet aon ebet, Zakarias, eme an êl, ho pedennou ’ zo bet selaouet. Elisabeth, ho pried, a c’hano eur mab, ha c’houi hen hanvo Yan. » En dudi e c’hellfet bezan abalamour d’ezan, hag e c’hinivelez a raio da eleiz en em laouennât, rak bras e vezo dirak an Otrou. » Zakarias a lavaras d’an êl : — Penôs e welin-me an dra-ze ? Koz on, ha ma fried he-unan a zo êt pell war an oad. Hag an êl a respontas : — Me eo Gabriel, a zo em zav dirak Doue, hag a zo bet digaset da gomz ganac’h ha da gas d’ac’h ar c’helou mat-se, ha setu ma vefet mut ha n’hellfet ket komz ken, betek an devez ma c’hoarvezo an treo-ze, abalamour ma n’ho peus ket kredet ma c’homzou, a deuio da wir p’en em gavo ar mare. C’houec’h miz goude, an êl, leun a zoujanz, a ziskenne en Nazareth hag a zalude eno ar Werc’hez Vari, gant komzou ne oant ket bet lavaret biskoaz, na ne vefont lavaret biken da zen-all ebet : « Me ho salud, leun a c’hras, an Otrou a zo ganac’h, binniget oc’h dreist an holl gwrage. » Mari, o klevet kemend-all, a gemeras aon ; an êl a lavaras d’ezi : « N’ho pezet aon ebet, Mari, kavet ho peus gras dirak Doue. » Ha Gabriel a roas d’ezi da anaout penôs e vije mamm d’Hon Zalver, hep paouez da vezan gwerc’hez. Mari a asantas. An dimezi etre ar C’hrouer hag ar grouadurez a oa grêt, ha Gabriel a oa bet an hanterour. Pa deu ar Mabig Jezuz da c’henel en kraou Bethleem, eun êl a gan, en bar an nenv : « Gloria in excelsis Deo et in terra pax hominibus bonæ voluntatis. » « Gloar da Zoue en nenvou, ha war an douar, peuc’h d’an dud a volonte vat ! » Hag an êl-ze, war a greder, oa an êl Gabriel. Pa venn Mab Doue fallgaloni en liorz Jetsemani, pa deu da grenan rak ar maro a zo war e zeuliou, eun êl a deu eus an nenv d’e gennerzi, hag an êl-ze, war a greder, a oa c’hoaz Gabriel. K E N T E L EL an Ave Maria C’houi eo, Gabriel, ho peus desket d’imp an Ave Maria. Eus an nenv, ho peus digaset ar c’homzou-ze war an douar ; c’houi eo ar c’hentan an eus o lavaret ; bugale an Iliz o deus o desket ganac’h, hag o lavar breman, noz-de, eus an eil penn d’egile d’ar bed. Grêt ma vefont selaouet bepred gant ar Werc’hez, hon Rouanez hag hon Mamm. Roët d’imp nerz da drugarekât, evel m’eo dleet, an Dreinded Santel, evit ar vad divent he deus grêt d’an dud o rei d’eze eur Zalver. Ha p’eo gwir e vezet digaset war an douar, pa fell da Zoue diskouez e c’halloud etouez an dud, difennet ac’hanomp enep galloud an ifern, harpet hon zempladurez, nerzet hon c’halonou, ma c’hellfomp, eun devez, bezan ganac’h o kanan en rouantelez peurbadus Jezuz-Krist : Gloar da Zoue ha peuc’h d’an dud. Naontekvet devez a viz Meurz SANT JOZEF Pried Mari Tad mager Hon Zalver Jezuz-Krist ha Patron an Iliz Jozef eo, goude an Itron-Varia, tostan hini a zo da Zoue, en gloar ar baradoz, hag an hini a dle bezan enoret ar muian gant ar gristenien war an douar. Darn a lavar e oa lemet ar pec'hed orijinel diwar e ene, arôk e c'hinivelez, evel ma tigouezas gant sant Yan-Vadezour. Ar Skritur-Zakr, pa gomz diwar e benn, a lavar d'imp e oa just, da lavaret eo, e oa an holl vertuziou o vleunian ken kaer ha ken kaer, en e ene. Abalamour da ze, en devoe an enor da vezan dibabet evit bezan pried ar Werc'hez Vari ha tad ar Mabig Jezuz, dirak an dud. Gwelet ha klevet a reas an hini a glaskas eleiz a rouaned gwelet ha klevet, ha n'eo ket hepken e welet hag e glevet a reas, mes zoken e zougen, e vriata, e wiskan, e vagan hag e ziwall. Pa ouezas e klaske Herodez lemel digantan e vue, ec'h eas gantan d'an Ejipt. Pa deuas kelou d'ezan e oa maro e enebour, e tizroas gantan da Nazareth. Lenn a reas d'ezan istor e vro ha lezen Moïzez. Da ze ar Sabat, hen c'hase gantan d'an tibedi da rentan, evel den, e zle d'an Otrou Doue. Bep bla, evel ar Judevien-all, ec'h ee gant goueliou Pask da Jeruzalem. Da daouzek vla, Jezuz a yeas gantan, a oe kollet er gêr zantel, kavet, goude tri devez, etouez an doktored sebezet ouz e glevet. Ar bugel-Doue a zizroas gant e gerent da Nazareth, hag a zente oute; kreski a rê en ment, en nerz hag en furnez : an denvalijen a rê bepred an dro da di al labourer Jozef, mes ar sklerijen a greske en diabarz. Jezuz a zeskas micher e dad-mager. Al labour n'eo bet biskoaz eun dizenor evit den, na, zoken, ar baourente : n'eus nemet an dienez re vras, hag a deu dre leziregez, a gement a zo mezus, abalamour ne gouez enni nemet an dud lôsk ha didalve. Jezuz a dremenas laouen e yaouankis en ti-labour Jozef; n'eo ket an danve hag ar renk eo a lak an den da vezan eürus ha galloudus war an douar-man ! Jozef, koulskoude, ne welas ket ar vrud eus e vab o vont 'mesk an dud. Arôk m'en em lakas Jezuz da embann an Aviel, Jozef a dremenas etre e zivrec'h ha re Mari hag e tiskennas da gaout au eneou mat, maro abaoue ar penn kentan eus ar bed : « Tridet, emezan, ha taezet el levenez; me 'm eus gwelet ar gliz o tiskenn eus an nenv; me 'm eus gwelet an Hini a c'hortozet, mab bihan David, krouadur binniget ar Werc'hez, an Hini zo digaset evit bezan hon Hanterour hag hon Dasprener, Jezuz-Krist, Salver ar bed. » Sant Jozef, abalamour d'ar maro kaer en deus bet, a zo lezhanvet «Patron ar maro mat», hag abalamour m'eo bet, war an douar-man, mirer ar Mabig Jezuz, ha ma tiframmas anezan digant ar maro, Pi IX, d'an 8 a viz kerzu 1870, hen c'hemeras da batron an Iliz hag a c'hourc'hemennas ober Gouel sant Jozef, patron an Iliz, d'an trede zul goude Pask. K E N T E L Ar maro mat Tremen a ra pep tra; endro d'imp, an deliou melen a gouez da rei o flas d'ar re neve; dreistomp, ar stered a varv, an eil goude eben, en donder an nenv; an dud, kouls hag an treo, a dremen ive. Ar Spered-Santel hel lavar d'imp : « An den, emezan, a vev nebeut amzer hag a dremen evel eur skeud, eul luc'heden, eur bouilh-moged; evel eur vleunien a zigor diouz ar beure, a ve en he c'haeran da greiste hag a ve goenvet ha flastret etre dreid, a-benn an noz Ar skiant-prenan hen desk d'imp ive. Pelec'h eman meur a hini eus ar re a welemp dec'h war hon zro ? Tremenet int. Tremenet int, hag en o zouez bugaligou, n'o deus ket bet amzer awalc'h da gutuilh eur vleunien war hent ar vue. Tremenet int, hag en o zouez pôtred yaouank diskaret gant falc'h didruean Ankou en kreiz o yec'hed. en kreiz o brud, en kreiz o gened, a-vec'h m'oa boulc'het gante an erven gentan eus o labour. Tremenet int, hag en o zouez tud en oad, tud koz, o deus anavezet ar vue ha ne chom gante, marteze, nemet enkrez ha c'houervoni. Hag etouez ar re a vale hirie a bep tu d'imp war hent ar vue, pelec'h e vezo meur a hini aneze a-benn varc'hoaz ? Tremenet e vefont. Hag hon zro hon unan a zigouezo ive; tremen a refomp, ha hepdale, rak eus kavel-badeziant n'eus forz piou d'e gavel-be, n'eus ket kalz a hent. Mervel a refomp, hep mar ebet ! Da be oad ? Den ne oar; ar maro a zo dall ha bouzar ! Pegoulz ? Den ne oar ! Penôs ? Den ne oar. En pe stad ? Eno hepken eman an dalc'h. Lod a varv oc'h ober ar vad; lod a varv oc'h ober an droug; peurliesan e varver evel ma ve bet bevet; pa vever mat, e c'heller fiziout war eur maro kaer; pa vever fall, e ve peurliesan, eur maro fall; gwir eo, al laer deou a oe laer betek penn, p'eo gwir e laeras, zoken, ar baradoz, e vevas fall hag e varvas mat. Mes ma zo eul laer mât, evel a lavar sant Augustin, evit ne gollfomp gwech ebet fizianz, n'eus nemet unan, evit n'hon devo ket re. Ar gwellan doare da vervel ervat eo eta bevan ervat, ha bezan devot da zant Jozef, patron ar maro mat. Ugentvet devez a viz Meurz SANT SIRIL Eskob Jeruzalem (315-386) Siril, ginidik eus Jeruzalem, a oe savet eno. An eskob Maker hen greas avieler er bla 335; an eskob Maxim (hen belegas dek vla goude, hag a roas d'ezan da gelenn an dud a oa o c'hedal ar vadeziant. Ter gentel warn-ugent, savet d'eze gantan, a zo deut betek ennomp. War-dro ar bla 350, e oe hanvet da eskob en Jeruzalem. Adalek neuze, an Arianed a glaskas trabas outan dalc'h-mat. An impalaer Konstans, laket droug ennan gant Akas, eskob arian Sezare, hen harluas diou wech, er bla 358 hag er bla 360. An impalaer Valans hen harluas evit an dervet gwech, er bla 367; war bemp bla ha tregont ma oe eskob, e tremenas c'houezek aneze en harlu. En e arnzer, etre 361 ha 363, e klaskas an impalaer Julian adsevel templ Jeruzalem, diskaret gant an impalaer Titus (70). Jezuz-Krist en devoa lavaret e vije diskaret ha ne chomje ket eur men anezan war eun all. Julian, kristen dre e vadeziant, ha pagan dre e oberou, a c'hoantaas tapout Doue da c'haouiad. Rei a reas urziou, lakat a reas ar Juzevien da drei a-du gantan; en em gargan a reas e-unan da glask tud ha treo; fïziout a reas al labour en e vignon Alypius, o lakat etre e zaouarn holl densoriou ar gouarnamant. Ar Judevien, o klevet eun hevelep neventi, a dridas gant ar joa; diredek a rejont, a bep tu, da rei an dorn, hag e stagjod gant al labour. Kristenien Jeruzalem, o welet lorc'h ar Judevien, a gemere aon : « Ne lakfont ket eur men war eun all, a lavare d'eze Siril. » Gwir a lavare. Eur c'hoz tamm moger bennak, hag a chome c'hoaz en o zav, abaoue dismantr Titus, a oe peur-ziskaret, hag en doare-ze, komz Hon Zalver a deuas da wir, ger evit ger. Kerkent en em lakjod da doullan, evit diazezan ar mogeriou neve. N'oa ket peurc'hrêt al labour-ze ma c'hoarvezas tôliou hag a spontas al labourerien. Aveliou a stlabeas o zreo hag an douar a grenas. Eun nebeut deveziou goude, al labourerien a welas boulou tan o tont eus an douar hag o redek war o lerc'h; darn aneze a oe devet, darn-all mouget gant ar moged; darn-all a redas, gant ar spouroun, da guzet en iliz tostan. Derc'hel rejod c'hoaz gant al labour, mes an tan a oe gwelet ouspen eur wech o tont eus an douar, ar pez a lakas ar Judevien o-unan da fallgaloni. Kement-man a zo komzou anezan, n'eo ket hepken en skridou ar gristenien, mes zoken en skridou an heretiked, ar judevien hag ar baganed. An impalaer Julian en devoe eun tamm brao a vez war-lerc'h an tôl-ze. Nebeut goude, en eur brezel, e oe skoet gant eur bir, «hag e varo, eme sant Gregor Nazianz, a roas ar vue d'ar rest eus ar bed.» Siril a varvas gant e zek vla ha tri-ugent. Eskob oa pemp bla ha tregont a oa. Leon XIII a roas d'ezan al lez-hano a zoktor hag a gemennas lavaret e ofls hag e oferen dre an Iliz a-bez. K E N T E L Ar ger divezan a vo da Zoue Ober a rêr pep tra evit skuizan an Otrou Doue, evit lakat anezan da zilezel e garg, evit teuler anezan er-mêz eus ar vro, evit ober d'ezan chom en e varadoz; ha daoust da ze, Doue a zalc'h da ziskouez e c'halloud. Ar Judevien o devoa laket Jezuz-Krist hag e verzerien gentan d'ar maro; flastret int bet; o zempl a zo bet tangwallet, o c'her dismantret, hag abaoue naontek kant vla m'eo 'n em gavet an dra-ze, kaer o deus kaout danve, kaer o deus kaout skoazel, n'o deus ket gellet na n'hellfont biken dont a benn da ziazezan a-neve o rouantelez war an douar-man. Klasket o deus eur wech, n'int ket prest da glask diou. Skrijus oa ar pez o devoa grêt; euzus eo ar malloz a gerz d'o heul. Impalaered Rom, epad 250 vla, a reas pep tra, an eil goude egile, evit diskar an Iliz. Eun amzer a deuas hag o zrôn a oe diskaret. Klasket o devoa trec'hi Jezuz-Krist; Jezuz-Krist en devoa o zrec'het, evel ma trec'h ha ma trec'ho bepred kement hini a raïo brezel d'ezan. Ma ne ve ket nerzus awalc'h e Galon-Zakr evit chachan an holl betek ennan, e zivrec'h a vo hirr awalc'h evit ne chomo ket unan hep paean e zle d'e justis. Kentan devez warn-ugent a viz Meurz SANT BENEAT Abad ha tad ar venec'h eus a vroiou ar c'huz-heol (480-543) Da bevarzek vla, Beneat, den yaouank a renk uhel eus an Nursi, a oa oc'h ober e studi en Rom. O welet dizurziou ar bôtred eus e oad, e tec'has diouz kêr hag en em dennas en Subiako, en eul lec'h goue, dindan eur garreg, hep gouzout e-unan penôs e raje evit bevan eno. Ne oa nemet eur manac'h, e hano Roman, oc'h anaout e beniti; hennez a zigase d'ezan e vevanz hag e wiskamant. Eun devez, an drouk-spered a glaskas lakat siou fall ar galon da rei lamm d'ezan, mes an den yaouank vertuzus a 'n em dôlas kerkent e-touez eur c'harziad drez, hag a 'n em ruilhas enni 'c'han ma oe trec'h e ene d'e gorf. Koulskoude, ar vrud anezan a yeas dre ar vro, ha menec'h a deuas da c'houlenn bevan dindan e urziou. Ar re gentan a deuas avat, hen c'havas re striz hag a dôlas, eun devez, ampoezon en e win; a drugare Doue, Beneat, arôk evan, a reas sin ar groaz war ar weren, ha houman a faoutas dustu etre e zaouarn. War-lerc'h an dra-ze, menec'h-all a deue bemde d'e gaout; sevel a reas' aouzek manati evite. Digeri reas ive eur skol, a deuas enni holl vugale tudchentil Rom. Ac'hane, ec'h eas gant e venec'h da chom da Venez-Kasin. Eno, en amzer goz, e oa bet eur gêr, a chome an dismantrou anezi, gant templ Apollon, zoken, en e zav. En kreiz an dismantrou-ze, Beneat a zavas e vanati, a deuas da vezan brudet dre ar bed holl. Er bla 529, e savas e reolen evit e venec'h; pevarzek vla goude, oa anavezet dre an Europ a-bez; er bla 505, e oe kavet mat gant ar pab Gregor-Meur e-unan. Koulskoude, an drouk-spered a glaskas dalc'h-mat enebi outan; mes ar zant a yee war rôk ha ne rê van ebet outan. Eun devez, eur paourkez den a deuas da skei war dor ar manati da c'houlenn ar zant. E vabig bihan neve varo a oa gantan, hag e felle d'ezan e roje Beneat ar vue d'ezan adarre. Ar zant, o welet pegen doaniet oa an tad, a stouas e-tal ar c'horf maro, hag o sevel e zaouarn etrezek an nenv, e lavaras : « Otrou, na zellet ket ouz ma fec'hejou, mes ouz fe an den-man, ha roët d'ar c'horf-ze an ene ho peus lemet dioutan. » Raktal m'eo grêt ar bedennig-ze, korf ar c'hrouadur a gren; Beneat a grog en e zorn hag a ro anezan d'e dad, seder ha leun a vue. En Mene-Kasin, evel en Subiako, Beneat a zigoras eur skol evit ar yaouankiz diwar-dro; sant Thomas Akin a vo, divezatoc'h, skolaer enni. Totila, roue ar Gothed, o vezan klevet hano anezan, a c'hoantaas gouzout hag-en a oa ken galloudus ha m'en devoa brud. Kas a reas tud e lez en e rôk d'e gaout, goude bezan gwisket e zilhad da unan aneze. P'en em gavas heman, Beneat a lavaras kerkent : « Tenn an dilhad-ze, ma mab, rak n'eo ket da re int. » Totila, o klevet kemend-all, a c'hourvezas gant doujanz dirak ar zant. Heman a grogas en e zorn hag a reas d'ezan sevel en e zav : « Eleiz a zroug ho peus grêt, emezan, ha derc'hel a ret d'ober bemde; poent eo d'ac'h paouez gant ho fallagriez. Mont a refet da Rom, ren a refet nao bla, hag en dekvet e varvfet. » Ar roue spouronnet a 'n em erbedas ouz Beneat, hag adalek neuze betek e varo e oe mat evit e bobl. An abad santel, eun nebeut miziou arôk mervel, a roas da anaout ive de e dremenvan hag a lakas toullan e ve c'houec'h devez arôk ma oe sebeliet eunan. Mervel a reas en iliz. K E N T E L Reolen sant Beneat Reolen sant Beneat a dalvezas da skouer d'an holl reolennou-all a oe savet war he lerc'h. Setu perak e kavomp mat rei he gourc'hemennou brasan. I. — Ar beden. — Ofis an de hag ofis an noz a ve kanet pen-da-ben. Ar beden a spered a c'heller d'ober, gant ma vezo berr ha c'houek. II. — Al labour. — Seiz heur labour-korf, ha diou heur labour-benn bemde a reio pep manac'h. III. — Ar yun. — Yun a dleer bemde, adalek hanter miz gwengolo betek goueliou Pask. IV. — Bevans ha gwishamant. — Gallout a rêr kaout eur banne bihan a win bemde; tamm kig ebet, avat, epad ar bla, nemet klanv a vefed. Evit gwiskamant, zo eur zaë du, eux skapular du hag eur vantel war lein, da lakat pac'h êr d'an iliz. Evit an noz, ar venec'h a c'hourvez war o gweleou, pep-hini en e hini, gant o dilhad hag o boutou. V. — An abad. — An abad a zo hanvel gant ar re a zo dindannan, hag a dle chom en karg betek e varo. Pa ve aferiou bras da zibunan, e tle goulenn ali e venec'h, kouls hini ar re yaouankan ha hini ar re gosan. VI. — Henvel dirak ar reolen. — Au holl venec'h o deus kement ha kement da ober; pep-hini aneze, daoust pegen bras ôtrou a oa anezan pa oa er bed, a dle, eur wech en em gavet er manati, ober ar gegin ha serviji ouz tol, d'e dro. VII. — Digemer. — Ne vezer digemeret en Urz nemet goude daou vla êsa. Ar vugale a c'hoanta dont ebarz a renk bezan kinniget gant o zud. Eil devez warn-ugent a viz Meurz Sant Simeon Stylit (1) (***-460) Bue ar zant-man a zo leun a dreo burzudus ha souezus da glevet. Rak-se, n'eo ket bet skrivet evit servijout da skouer d'ar gristenien, ha ne c'houlenner digant den bevan evel m'en deus bevet; mes Doue, dre eur vue ken dishenvel diouz hini an dud-all, a zo bet falvezet gantan diskouez d'imp pegen uhel e c'hell sevel an eneou a selaou e gomzou. Simeon a oa ginidik eus bro ar Siri. Tremen a reas e vlaveziou kentan o tiwall an denved. Eun devez ma oa re fall an amzer da gas an anevaled er-mêz, Simeon a yeas d'an iliz hag eno e klevas ar c'homzou-man eus an Aviel : « Eûrus ar re a ouel; eürus ar re a zo glan a galon. » Ar c'homzou-ze a yeas don en spered hag en kalon ar pôtrig trizek vla. Goulenn a reas digant eun den koz a oa eno petra ziniflent ha penôs e c'helled senti oute : « Eürus eo, eme an den koz, ar re a ouel d'o fec'hejou hag a ra pinijen aneze. » Suran doare da gaout an eürusted-ze, eo tec'hel pell diouz trouz ar bed, ha tremen ar vue o yun hag oc'h ober pinijen, evel ma rêr er c'houentchou ! » Simeon a dremenas eiz devez en eul lec'h distro, o pouezan ar c'homzou-ze, hag a yeas goude da c'houlenn digor en eur gouent hag a oa enni kalz menec'h. An tad-abad, o welet e c'hoant da zerviji Doue, a zigemeras anezan. Hepdale, Simeon a zavas dreist ar re-all, dre e spered a binijen hag e aked d'ar beden. Abarz nemeur, abad ar gouent, aon gantan na deuje Simeon da lakat ar venec'h-all da fallgaloni, hen alias da vont dônoc'h er gouelec'h. Ar manac'h yaouank a zentas hag a yeas d'ober e chomaj en eul lochen dirapar ha pell a bep lec'h. Eno, leun a fizianz en Doue, hag evit heuilh ar skouer roët gant Jezuz-Krist, e reas e zonj da dremen ar c'hoareiz pen-da-ben hep kemer an disteran bevanz. D'ar Zul-Fask, eur beleg o vezan deut d'hen gwelet, a gavas anezan ken dinerz ma oa dare da vervel. Kommunian a reas ha kerkent e teuas d'ezan e nerz koz. Ober a reas kemend-all er blaveziou war-lerc'h, ha Theodoret a lavar en devoa tremenet evelse eiz koareiz warn-ugent, d'ar mare ma skrive e vue. Er rest eus ar bla, e tebre ken nebeut ma n'en devoa, kouls lavaret, ken magadurez nemet ar pez a gemere ouz tol ar Zakramant, a dostae outi beb eiz de. Goude bezan tremenet tri bla el lochen-ze, Simeon a yeas pelloc'h c'hoaz hag a zavas war c'horre eur mene. Sevel a reas eno peder moger, hag en em stagas etreze gant eur chaden a oa eur penn anezi endro d'e droad hag egile stag ouz eur men bras ha ponner. En doare-ze e veve e-unanik, e spered dalc'h-mat troet warzu an Hini a zo dreist an heol hag ar stered. Mes e zantelez a yeas buhan ar vrud anezi dre ar bed holl, kouls lavaret, ha hepdale, an ermit a welas, a bep lec'h, tud o tont da c'houlenn kuzul digantan, ha klanvourien o tont da c'houlenn ar yec'hed. Eleiz o deveze c'hoant da douch eun dra pe dra outan; darn, zoken, a yee betek troc'han ar c'hrec'hen loened a rê e wiskamant. Evit kaout peuc'h, Simeon a zavas eur peul men hag a bignas war e leuren da vevan. Ar peul-ze a oe uhelaet e leuren diou pe der gwech, hag abarz ar fin en devoa c'houec'h troatad ha tregont a uhelder; n'en devoa nemet tri droatad lec'hed diwar c'horre, hag evelse ar zant n'helle ket gourvez. Eun doare bevan ken iskis a lakas an teodou da vont endro. Lod a gemere anezan evit eur brabanser, lod-all, evit eun den troet e spered. Ermited an Ejipt o-unan a gavas abeg ennan : « Red eo, emeze, mont a-beurz an eskibien da lavaret d'ezan diskenn ac'hane. Ma ne fell ket d'ezan, e vezô skler d'an holl n'eo ket spered Doue eo hen dalc'h eno; ma sent, er c'hontrol, ne vezo douetans ebet eo dre volonte Doue e ren ar vue-ze. » Ar relijius karget eus ar gefridi a zigouezas en traou ar peul hag a lavaras da Zimeon oa bolonte an eskibien e tiskennje ac'hane. - Dustu, eme Simeon, gant eun êr laouen; digaset d'in eur skeul, hag ec'h an e traou. - N'eo ket red, eme neuze ar manac'h-all; ho sentidigez a ziskouez e ret aze bolonte Doue; chom a c'hellet. Eno ar zant a dremene e amzer o pedi Doue, en e zav pe war e zaoulin. E beden a bade eus a guz-heol betek ter heur goude kreiste an de war-lerc'h. Er rest eus an de, e prezege d'an dud a veze e traou e beul, e paree ar re glanv hag e lake ar peuc'h etre an enebourien. Daoust d'eur vue ken rust, e veze bepred laouen ha karantezus, ha kammed ne wall-responte den ebet. An eskibien hag ar rouaned a c'houlennas kuzul digantan; santez Jenovefa eus a Bariz a 'n em erbedas outan; n'eo ket hepken eus ar Spagn hag eus Bro-C'hall, mes zoken betek eus Breiz-Veur ec'h ee tud d'e gaout. N'oufe den niveri ar bec'herien hag ar baganed konvertiset dre nerz e brezegenuou ha skouer e vue garo. Mervel a reas war-dro ar bla 460, oajet a zek vla ha tri-ugent. Tremenet en devoa war e beul tost da zaou-ugent vla. Goude e varo, arc'heskob Antioch ha tri eskob-all a ziskennas ar c'horf d'an traou hag a zougas anezan, gant kalz respet, betek kêr Antioch. Ar c'hanv d'ezan a oe bras dre ar vro a-bez. (1) Gouel ar zant-man a zigouez d'ar o a viz genver. K E N T E L Pep tra a gomz eus Doue Ar zant-man n'en deus ket digoret kalz a levriou na bet kalz a vistri war e dro d'e gelenn, ha koulskoude, eo bet eur burzud en e amzer. E holl zeskadurez eu devoa tennet eus levr bras ar bed, digoret bernde ken kaer dirak an holl, hag a zo, koulskoude, nebeut awalc'h a dud o c'houzout lenn mat ennan. War an douar-man, ne welomp ket Doue en e sked, tâl-ouz-tâl, evel m'eman; en levr ar bed enaan e skeud, hag ar skeud-ze, seul-vui e chomer da bleustri warnezan, ha seul welloc'h e teuer da anaout Doue. Nag a urz, nag a c'halloud, nag a c'hened a zo en nenv ha war an douar, en treo a welomp hag er re ne welomp ket ! Nag a urz, nag a c'halloud, nag a c'hened a dle bezan en Doue, an hini en deus o c'hrouet ! Klasket an dud desketan a zo war an douar, lavaret d'eze ober eur c'hreunen ed, hag e vezo red d'eze anzav n'eman ket an dra-ze en o galloud. Ha koulskoude, an dud a zo lorc'h enne gant o gouiziegez. Lavaret d'eze ober d'ac'h eur gelienen, hag e vefont nec'hetoc'h c'hoaz. Petra eo ar grouadurien-ze, koulskoude, en kichen an den a dennas Doue eus eun tamm pri, hag a zo frammet ken kaer en e gorf ha stummet kenkouls en e spered, ma oa hanvet « eur bed bihan » gant paganed an amzer goz ! Oh ! Otrou Doue, ar skeud ac'hanoc'h hepken a welan, hag awalc'h eo evit ober d'am spered sebezi ! Grêt mac'h anavezin mui-oc'h-mui pegen bras oc'h evit mac'h anavezin gwelloc'h-gwell pegen dister on ! Trede devez warn-ugent a viz Meurz Sant Jozef Oriol (1650-1702) Jozef Oriol a c'hanas en Barselon, er bla 1650. En e gavel e oa c'hoaz pa varvas e dad. A drugare Doue, ar c'hereour ma timezas e vamm d'ezan goude, a oa eun den mat hag a garas ar minor evel e vab. Fiziet e oe abred en beleien Santez-Mari-ar-Mor, hag e keit ma oa kolist gante, e teskas lenn ha skrivan. E zevosion a rê d'ezan, hag hen c'hoaz eur bugel, chom pennadou hirr dirak Oter ar Zakramant. Beleien Santez-Mari-ar-Mor, o welet e oa eur c'hrouadur dihun, a reas d'ezan heuilh skoliou meur Barselon. Jozef a oe karet gant e gamaraded ha gant e vistri; ne anaveze nemet daou hent, hini ar skol ha hini an iliz. Seiz vla eus e vue a dremenas evelse. Er bla 1674, e kemeras e renk etouez an doktored, hag er bla 1675, etouez ar veleien. E vamm o vezan kôuezet en dienez, en em lakas evel kelenner en eun ti pinvidik. Ar vue skouerius ha pinijennus a renas eno a reas d'an holl e gemer evit eur zant. Da seiz vla warn-ugent, goude m'en devoa Doue roët d'ezan da anaout, dre vurzud, e oa pell c'hoaz diouz ar zantelez, e reas le da yun ar rest eus e vue. Bara ha dour kemeret d'abarde oa e holl vagadurez. Diou heur bemde e kouske war eur gador, ha netra ken. E binijennou a oa anavezet, ha pa dremene dre ar ruiou, an ailhoned a rê gwap anezan, ar pez a laouennae e galon. Er bla 1686, e kollas e vamm, hag o vezan n'en devoa den ebet ken, ec'h eas da Rom. Ober a reas an hent war e droad, ha den ne oufe lavaret al levenez a reas d'e galon tridal pa welas beziou an Ebestel hag ilizou ar gêr zantel. Er bla 1687, goude bezan tremenet meur a viz en Rom, Innosant XI a roas d'ezan eur garg en Barselon. Dizrei a reas eta d'e vro ha derc'hel a reas da vevan ken paour ha biskoaz. Feurmet en devoa en solier uhelan eun ti, eur gamprig vihan, a oa enni hepken eur c'hrusifi, eun dôl, eur skaon hag eun nebeut levriou. Kement a c'honeze diouz e garg a goueze en godel ar beorien. An amzer ne roë na d'ar beden na d'ar beorien a roë d'ar bec'herien. Ren a reas eleiz a eneou en henchou enkan ar zantelez. Rebech a rejod d'ezan e oa re striz en kenver ar re a veze gantan o kovez hag e rê d'eze ober pinijennou a rê droug d'o yec'hed. E eskob, o klevet ze, a zifennas outan kovez hiviziken; mes ar zant a lavaras ne badje ket pell an difenn-ze, hag en gwirione, an eskob a varvas nebeut goude hag an hini a deuas war e lerc'h a roas d'ezan e c'halloud adarre. Kaout a rê, ouspen, an tu da gelenn ar vugale vihan hag ar zoudarded a c'honeze dre e zousder hag e garante. Dont a reas c'hoant d'ezan, da seiz vla ha daou-ugent, da vont da brezek ar fe da vro ar baganed; mont a reas war an hent; mes ar Werc'hez, en Marseilh, a roas d'ezan da anaout e oa gwell d'ezan dizrei da Varselon. Adalek neuze, e vue ne oe nemet eur burzud; ar vag a oa enni o tizrei eus Marseilh, a oe dare d'ezi bezan goueledet, ken fall oa ar mor; ar zant a reas sin ar groaz hag an avel a gouezas, hag ar mor a deuas sioul. Pa zizroas da Varselon, an holl a oe laouen hag a vinnigas Doue; ar beorien, dreist-oll, a ouele o welet o zad. Ar burzudou a reas a zo ken niverus ma vije red skrivan eul levr bras evit o lakat holl. Dont a read d'e gaout eus a zaou-c'hant leo ha pelloc'h. Eun devez, e govezour, evit anaout e zantelez, a zifennas outan parean an dud klanv a deue davetan, war zigare, emezan, ma veze re aneze ha ma rent trouz en iliz. Jozef a zentas ha ne bareas den ebet ken. Mes ar c'hovezour a zigouezas d'ezan terri e c'harr, nebeut goude, hag a oe pareet gant e benitant; adalek neuze, Jozef en devoe ôtre d'ober miraklou adarre, evel diagent. An drouk-spered kounnaret o welet ar vad a rê, a 'n em lakas da wall-gas e gorf. Meur a wech, e oe pilet gantan. Ouspen ar miraklou a rê, Jozef a anaveze ive an amzer da zont, hag embann a reas de e varo, pell arôk ma tigouezas. Menel a reas klanv an 8 a viz meurz 1702. D'an 22, e oe roët d'ezan e zakramanchou divezan. Goulenn a reas ma vije kanet dirakan ar Stabat mater; neuze, e zaoulagad troët warzu ar c'hrusifi., e varvas en peuc'h, d'an 23 a viz meurz 1702. Pi X hen lakas etouez ar zent, da ze gouel ar Yaou-Bask 1909. K E N T E L Hent ar gêr Ni eo bugale ar zent; hon zud koz a zo er baradoz. ha ma fell d'imp en em gaout el lec'h m'emaent, e tleomp bale war o roudou. Arabad d'imp kredi, war digare ma zo eleiz a neventiou o tont en hon amzer, e teufed a benn da zigeri ive eun hent neve da vont d'ar baradoz, frankoc'h evit an hini heuilhet betek hen. Nan, an dra-ze n'en em gavo biken. Hent an eürasted a chomo sonn ha tenn bepred, hag an dud a benn hag a galon, ar re-ze hepken a raio anezan. Kerzomp gant prez etrezek kêr an nenv, hep koll hon arnzer war an douar. An deveziou eo ar moneiz a dalvezo d'imp da brenan hon c'hador hag hon c'hurunen er baradoz. Pevare devez warn-ugent a viz Meurz SANT SIMEON Ar bugel merzer (1472-1475) Simeon a c'hanas en kêr Trant, en Itali, d'ar 26 a viz du 1472. E dad Andre hag e vamm Mari a oa paour ha kristen. Er bla 1475, Judevien Trant o vean c'hoantaet kaout eur bugel da lazan gant goueliou Pask, unan aneze, Tobias, a oe karget d'ober al laeraden. Kouezan a reas war ar paour-kez Simeon, a oa koant evel eun êl, d'ezan hepken nao miz warn-ugent nemet-tri devez, ha diwar dreujou ti e dud, e sammas anezan hag e kasas anezan didrous da di eun den hanvet Samuel, elec'h m'oa bodet holl Judevien kêr. Kalonou ar bleidi goue-ze a dridas, o welet an oan dic'halloud a oa etre o daouarn. D'ar Yaou-Gamblid, diouz an noz, eur pôtr koz, e hano Moyzez, a gasas ar c'hrouadur d'an ti-bidi. Eno e oe diwisket, ha gant aon na vije klevet e griadennou, e stardas d'ezan e c'houg, ha, goude bezan grêt warnan lidou hudur, e troc'has e zioujod. Pep-hini eus ar re oa eno a gemeras eun tamm eus ar c'hig beo-ze da zibri, hag eur banne eus ar gwad fresk-ze da evan. Pa o devoe bet an holl pep-hini e walc'h, Moyzez lakas ar bugel en e zav, hag hen dija hanter-varo, hag o vezan laket e zivrec'h en kroaz, e lavaras kemer nadoziou da doullan d'ezan e izili, kement ha ken gwaz ma ne vije nemet eur gouli eus ar c'hrouadurig paour, adalek ar penn betek an treid. Ar verzerenti-ze a badas eun heur, hag evit miret da vezan teneraet o c'halonou gant klemmou ar merzer bihan, ar Judevien ayouc'he : «Lazomp heman evel Jezuz, Doue ar gristenien, ha ra vezo en doare-ze diskaret hon enebourien ! » Erfin, ar paourkez bugel a zavas e zaoulagad etrezek an nenv, evel evit e gemer da dest eus ar poaniou garo a oa grêt d'ezan gouzanv, hag o vezan o diskennet etrezek au douar, e soublas e benn hag e trernenas, da ze Gwener ar Groaz, d'ar 24 a viz meurz eus ar bla 1475. Goude an torfed, ar c'horf a oe kuzet dindan ar barrikennou, en eur c'hao; mes ar vugale, o welet kerent Simeon nec'het gantan, a lavaras d'eze mont d'e glask da di ar Judevien. Ar re-man neuze, gant aon da vezan tapet, a stlapas ar c'horf en eur waz a rede en harz o zi-bidi, hag evit ne vije ket tôlet ar brall warne, ec'h ejont da lavaret d'ar barner e kave d'eze e oa eur c'horf-maro en dour, demdost d'o zi. Mes kaer o devoe dispakan o ijin da guzan o zôl, e oe anavezet ha kastizet o fallagriez, evel m'oa dleet. Eskob ha beleien Trant a reas dougen relegou Simeon da iliz Sant-Per, hag eleiz a vurzudou a c'hoarvezas war ve ar bugelig-ze en devoa meulet Doue, nan dre e gomzou, mes dre e boaniou. Ar pab Beneat XIV a skriv ne dleer ket lakat, etouez ar zent, ar vugale a varv goude o badeziant, arôk ma vezont deut da gaout skiant, ha kement-se n'eo ket abalamour n'int ket santel, mes abalamour n'o deus grêt netra o-unan, evit kaout ar zantelez. Bugaligou zo, koulskoude, ha, goude ne vefent ket badezet, a laker war roll ar zent; ar vugale a zo bet lazet dre gasoni ouz Jezuz-Krist, evel an Innosanted santel ha sant Simeon, enoret evel merzerien. K E N T E L Jezuz hag ar vugale Eun devez, Jezuz a rê hent gant e Ebestel, hag o welet e oa nebeut a emgleo etreze, e chomas a-zav hag e c'houlennas oute : — Petra a lak tabut evelse etrezoc'h ? — O klask gouzout omp, emeze, piou a vezo da gentan en rouantelez an nenv. — Evit bezan da gentan, eme Jezuz-Krist, eo red en em lakat an divezan ha bezan servijer an hôll. Hag evit lakat e gelennadurez da vont dônoc'h en o sperejou, e reas d'eur bugel bihan dont d'e gaout, e vriataas anezan gant teneredigez hag ouz e ziskouez d'e Ebestel, e lavaras : « En gwirione, m'hen asur d'ac'h, ma ne deuet ket da vezan henvel ouz ar vugale, ne lakfet ket ho treid eu rouantelez an nenv. An neb piou bennak eta a 'n em izella, evel ar bugel-man, hennez a vezo an uhellan en rouantelez an nenv, hag an neb a zigemero eur bugel evel heman, em hano, am digemero. » An neb a roio skouer fall da unan eus ar vugaligou-ze hag a gred ennon, gwell a vefe e vefe staget eur men-milin ouz e c'houg hag e vefe stlapet er mor (1) ». Lazan bue ar c'horf en eur c'hrouadur, daoust m'eo unan eus ar pec'hejou gwasan, n'eo netra en kichen lazan bue an ene. Doue a vezo didrue ha ne baouezo da c'houlenn, digant an den a gomz fall hag an den a skouer fall, an eneou o devo lazet. Greomp eur zell war hon bue dremenet, ha diwallomp da jachan malloz Doue warnomp. (1) Aviel sant Mark, IXet pennad Pempvet devez warn-ugent a viz Meurz Gouel ar C'helou Mat En amzer-ze, êl Doue a ziskennas eus barr an nenv, daved eur werc'hez he hano Mari, neve dimezet d'eur c'halvez, e hano Jozef, hag e komzas outi evellen : — Me ho salud, leun a c'hras, an Otrou Doue zo ganac'h. Ar werc'hez a oe strafuilhet. El ar c'helou mat a lavaras d'ezi : - N'ho pezet aon ebet, Mari; lakat a refet er bed eur mab, hag e hanvan a refet Jezuz. Hennez a vezo bras, hag e rouautelez a bado da viken. - Penôs, emezi, e tigouezo an dra-ze ? Ma fried ha me a vev evel breur ha c'hoar. - Ar Spered-Santel, eme an êl, a ziskenno warnoc'h, ha galloud an hini a zo dreist an holl a baro ' us d'ac'h. Setu perak an hini a c'hanfet a vezo galvet Mab Doue. Elisabeth, ho kinitervez, daoust d'ezi da vezan war an oad, a zo dougerez c'houec'h miz zo, rak n'eus netra dreist da c'halloud an Otrou Doue. Mari a respontas da gannad an nenv : - Ecce ancilla Domini; fiat mihi secundum verbum tuum : Setu aman servijerez an Otrou ; ra vezo grêt herve ho lavar. An êl a dec'has en uhelder an nenv, ha kerkent an Itron-Varia a deuas da vezan mamm, hep paouez da vezan gwerc'hez. D'an neve-amzer, ar gwe a zo dudius da welet gant o gwiskadou bleun rnarellet; pa deu an diskar-amzer, o frouez alaouret a ro d'eze eur gaerder neve, mes kollet o deus o gened kentan. Mari, daoust d'ezi da vezan mamm, a viras bleuniou kaer he gwerc'hded, kaeran burzud a welas biskoaz ar bed. Kement-se a c'hoarvezas en eur gêrig eus ar Galile, hanvet en yez ar vro Nazareth, da lavaret eo, «kêr ar bleuniou. » N'eus kelou ebet eus ar gêrig-ze, nag en Testamant koz, nag en skridou an istorier Jozef, ar pez a ziskouez eo ar Werc'hez Vari an hini he deus roët d'ezi ar vrud he deus breman dre bevar c'horn ar bed. En amzer-man, Nazareth n'eo nag eur gêr gaer, nag eur gêr vras, mes, daoust da ze, eo unan eus ar c'hêriou muian karet gant ar gristenien. War al lec'h ma lavaras an êl d'ar Werc'hez e oa dibabet evit bezan mamm da Zoue, zo bet savet, dre urz an impalaer Konstantin, eun iliz eus ar goantan, en penn kentan ar pevare kantved. Laeret ha hanter-ziskaret gaot ar Vuzulmaned, war-dro an dekvet kantved, e oe adsavet gant ar groazourien. Diskaret eun eil gwech, er bla 1263, e oe adsavet a neve er bla 1620. Tadou eus a Urz sant Fransez a deuas er mare-ze da chom da Nazareth, hag i eo o deus bet laket ober ar pez-labour kaer a weler eno breman, hag a zo ennan ter iliz, an eil war c'horre eben. An hini dindan douar eo ar zantelan, ar gwellan dalc'het hag ar braoan kempennet. War ar vein marbr a zo oc'h ober he leuren, e lenner ar ger-man : « Et Verbum caro factum est : Mab Doue a zo en em c'hrêt den. » Mes n'eo ket red mont d'ar Galile, evit kaout treo da zigas sonj d'imp eus burzudou dispar Nazareth. Tôlennou a zo dre holl, a weler warneze ar Werc'hez Vari daoulinet er beden, ha diraki, en e zav, an êl Gabriel, eul lilien wenn gantan en e zorn. Eur gouel a rêr bep bla, en miz meurz, hag an Anjelus a zon ter gwech bemde en o enor. K E N T E L An Ave Maria hag an Anjelus Burzud Mab Doue en em c'hrêt den en korf ar Werc'hez Vari a ve digaset sonj anezan, alïesoc'h eget bemde, dre an Ave Maria ha dre an Anjelus. I. — An Ave Maria eo ar gaeran peden en enor d'ar Werc'hez, evel m'eo ar Bater ar gaeran peden en enor da Zoue. Al loden gentan eus an Ave Maria a zo enni komzou an èl Gabriel ha re santez Elisabeth. An eil loden n'eus enni nemet komzou an Iliz savet ganti en Ephes, er bla 431, pa oe kondaonet, Nestorius. II. — An Anjelus a zo, evel pa lavarfen, eur ganaouen, tri goublad enni, gant an Ave Maria da ziskan; ar pab Yan XXII eo en deus hen savet (1316-1334). Er bla 1095, ar pab Urban II, pa deuas da Glermont da embann brezel ar Groaz, a alias ar gristenien da lavaret ter Ave Maria, ouz son ar c'hloc'h, bep noz, evit tennan bennoz ar Werc'hez war ar groazourien : setu penôs e teuas ar c'hiz da zon kloc'h an noz. Er bla 1368, e teuas ar c'hiz da zon kloc'h an de. D'an de kentan a viz mae 1472, ar roue Louis XI a c'hourc'hemennas son ar c'hloc'h, da greiste, dre ar Frans a-bez, en enor d'ar Werc'hez; setu penôs eo bet deut, a nebeudou, ar c'hiz dre ar bed kristen da zon ar c'hleier ter gwech bemde en enor da Vamm Doue. Pa glevas, evit ar wech kentan, salud an èl Gabriel, e konsevas Mab Doue en he c'horf sakr, ha breman, bep gwech ma sav betek enni, eus an douar, ar memes komzou, he c'halon a drid gant levenez o sonjal en heur vurzudus ma teuas da vezan merc'h muian-karet Doue an Tad, pried ar Spered-Santel ha mamm Salver ar bed. C'houec'hvet devez warn-ugent a viz Meurz SANT LUDJER Kentan Eskob Munster Ludjer, skolaet gant daou veleg, gant Gregor, abad Sant-Yan Utrecht, eur zant, ha gant Alcuin, kelenner bras York, eun doktor, a oe e-unan eur beleg, eur zant hag eun doktor. Goude bezan prezeget ar fe, epad seiz vla, er Friz, etouez e genvroïz, en devoe an dristidigez, pa oa e had o tiwan, da welet eur bagad Sôzon goue o sailhat war e vro hag o tismantr, dre an tan hag ar c'hleze, kement tra en devoa grêt. Neuze ec'h eas da Rom hag e vevas tri bla en manati Mene-Kasin. Pa gouezas ar Friz etre daouarn Charlemagn, an impalaer hen galvas da vont er vro neve gonezet gantan, da ziazezan enni rouantelez Jezuz-Krist. Senti a reas, ha dreist-muzul eo ar vad a reas. Pa deuas, dre hirr amzer, Charlemagn a benn eus ar Zôzon, e c'hoantaas e vije Ludjer adarre o abostol, hag e reas e henvel kentan eskob Munster. Dre gement lec'h ma tremene, e save ilizou. Etouez ar vugale a gatekize, e klaske ar re speredekan hag ar re furan, hag e rene aneze war hent ar velegiaj. Madoberus, distag diouz pep tra, evit gallout karet Doue dreist pep tra, e tole e zanve en barlen ar beorien. E vadelez a oa dispar, ar pez ne vire ket outan da vezan enebour touet kement hini a glaske noazout ouz gwiriou an Iliz. E c'halloud a oa dreist hini an den, ar pez a verke d'an holl e oa Doue a-du gantan. Kerzet a rê eus an eil keriaden d'eben, o prezek en pep-hini aneze. Eun devez e oe digaset d'ezan eun den dall, e hano Bernlef, karet meurbed gant e genvroïz, abalamour ma ouie kanan gwerziou an amzer goz, komzou enne eus brezeliou ar rouaned gwechall. Ar zant a reas d'ezan dizrei an de war-lerc'h, ha goude bezan grêt d'ezan kovez, e reas sin ar groaz war e zaoulagad hag e c'houlennas outan ha gwelet a rê eun dra bennak. An den dall a welas da gentan dorn an eskob, ar gwe ha toennou an tier, hag en em dôlas da drugarekât e vadoberour. « Trugarekaet kentoc'h an Otrou Doue, eme ar zant, rak hen eo en deus roët d'ac'h ar gweled, hen hag a zo e c'houlou o sklerijenni ar bed. » Bernlef a deuas da vezan unan eus diskibien Ludjer. Heuilh a reas anezan, hag evit skanvât e zamm, e vadeze ar baganed hag e kane d'eze ar psalmou. Ar burzud-ze hag eleiz a re-all a zigoras o daoulagad d'an dud hag a reas da eleiz en em drei war ar relijion gristen. Goude bezan labouret hep damant ebet, e koueas klanv en Billerbult. Goulenn a reas ma vije kaset e relegou da Werden, elec'h ma oa ti e venec'h. Mervel a reas d'ar 26 a viz meurz 819. Ar burzudou niverus c'hoarvezet eno e-tal e ve a roas da anaout skler, d'ar boblou tro-war-dro, e oa kurunet o abostol, gant eur gurunen a c'hened, en baradoz an Otrou Doue. K E N T E L Hennez a zo eun den chentil ! Darn a zo, ha pa c'hellont lavaret eus eun all hag en deus galloud warneze : « Oh! hennez a zo eun den chentil ! » a gred bezan grêt anezan ar brasan meuleudi, ha pa zellfer piz, o deus grêt ar brasan tamall a oufent d'ober eus eun den. Rak petra eo bezan chentil, evit an darn vrasan eus an dud ? Bezan chentil a zo lezel pep-hini libr d'ober ar pez a gar. Ha me lavar, me, eun den hag a zo ennan ar pleg-ze, en deus eur galon gri ha nan eur galon vat; evelse, eun tad hag a wel e vab o 'n em rei da evan ha ne ra netra evit hen diarben a zo eun tad fall; eur vam hag a wel he merc'h o 'n em rei d'an ebad ha ne ra netra evit he diarben a zo eur vamm fall; eur penn-tiegez hag a wel e zervijerien o fouetan kement a c'honezont, ha ne ra netra evit o diarben, a zo eur penn-tiegez fall. Mat eo bezan mat; bezan re vat 'zo fall. Kavet e ve eus an dud-ze, koulskoude, ha muioc'h en amzer-man, zoken, eget biskoaz, ha n'emaent en penn an tiegeziou nemet dre an droug a lezont ober enne. Kavet e ve tiegeziou, hag ar pez a fell d'ar vugale eo a ve grêt ha nan ar pez a fell d'ar gerent; kavet e ve tiegeziou hag ar pez a fell d'ar zervijerien eo a ve grêt ha nan ar pez a fell d'ar vistri. Kavet e ve pennou-tiegez hag a ra pep tra war-dro ar re a zo dindanne, nemet gourc'hemenn d'eze. Tiegeziou hag eman kont gante evelse a zo tiegeziou o vont war o fenn d'an traou. Ar gwellan pennou-tiegez eo ar re a oar ober d'ar re a zo dindanne chom en o renk. Pa ve pep tra en e renk, e ve urz; n'eus nemet an dud a urz hag a vefe tud vat; n'eus nemet an dud a urz hag a vefe tud chentil; ha n'eus nemet an dud a oar senti hag a ouezo gourc'hemenn. Seizvet devez warn-ugent a viz Meurz Sant Yan Damascen Difennour tôlennou ha skeudennou ar zent (***-754) Yan, lezhanvet Damascen, eus hano e vro, pe Ghrysorroas (stêr aour) abalamour d'e ouiziegez, a c'hanas en Damas, a dud a relijion gristen hag a renk uhel. E dad a oa konseilher ar roue. Eur manac'h italian, Kosm, kouezet etre daouarn ar Vuzulmaned, a skolaas anezan, ha dont a reas da dennan kement a dalvoudegez eus-e genteliou ma oe barrek, da varo e dad (730), da gemer e blas. En amzer-ze, impalaer Konstantinopl, Leon an Isaurian, a lakas freuzan kement tôlen ha terri kement skeuden a oa en ilizou. Yan, war c'houlenn ar pab Gregor III, a gomzas hag a skrivas eneb an tôliou digristen-ze hag a zifennas an enor dleet da dôlennou ha da skeudennou ar zent. « Ar skeudennou hag an tôlennou, emezan, a zo d'ar re ne ouzont ket lenn ar pez m'eo al levriou d'ar re a oar lenn; bezan int, evit ar gweled, ar pez m'eo ar c'homzou evit ar c'hleved. » Leon, o vezan n'helle ket lakat e zorn war Yan, a glaskas eun doare-all d'e goll; rei a reas da gredi da roue Damas e oa Yan ouz e werzan dre zindan. Ar roue a reas raktal troc'han dorn deou e gonseilher; mes en noz war-lerc'h, an ezel troc'het a oe staget a neve, hag ar vue a rede ennan, dre c'halloud ar Werc'hez. Ar burzud-ze a ziskoueze skler awalc'h pegen dinam oa eus ar pez a oa tamallet d'ezan, ha chom a c'hellas adarre en lez ar roue. Mes ne chomas ket pell. Ar c'hoant da ren eur vue studiusoc'h ha siouloc'h a reas d'ezan rei kabestr d'e holl sklavourien, gwerzan e holl vadou hag en em denn en manati Sant-Sabas, ter leo diouz Jeruzalem. Eno e vevas ken izelek hag an disteran eus e vreudeur. Eur wech hepken ec'h eas eus e vanati da zifenn skeudennou ar zent. Sevel a reas eleiz a levriou kaer, hag, en o zouez, " Eienen ar ouiziegez " a zo unan dispar. En eun all, en deus dastumet ar pez a lavare ar gristenien goz diwar-benn an Itron-Varia, savet eus a varo da veo. Bezan e oe, evit Iliz ar zav-heol, en eizvet kantved, ar pez ma oe sant Thomas evit Iliz ar c'huz-heol, en trizekvet kantved. Mervel a reas e tro ar bla 754. K E N T E L Skeudennou ar zent Ar gristenien goz, epad tri gantved kentan an Iliz. n'int ket bet troet da gaout en o ilizou tôlennou ha skeudennou eus a Zoue hag eus ar zent, evel ma ver breman. Ha n'eo ket souez; ar re a c'houlenne dont en Iliz, en amzer-ze, a deue pe eus a douez ar judevien, pe eus a douez ar baganed. Hogen, ar judevien ne oa urz ebet gant o lezen d'ober skeudennou eus a Zoue, hag ar baganed a gemere an idolou evit doueou. Skeudennou en ilizou, en amzer gentan, a vije bel eta eun dra dizoare evit eun darn, hag eun dra danjerus evit eun darn-all eus ar gristenien neve. Er pevare kantved ne oa ken mêmes tra : an Iliz, diazezet mat hiviziken, a oa galloudus; ar skeudennou a deuas, tamm ha tamm, ar c'hiz aneze. Impalaered Konstantinopl a 'n em zavas en o eneb; eskibien zoken, eleiz, a droas a-du gant an impalaered-ze. Erfin, konsil Nise (787) a embannas e c'helled enori skeudennou Doue, an êle hag ar zent hag o lakat en ilizou. An tôlennou hag ar skeudennou n'int ket eun dra red en eun iliz, hag abalamonr da ze, an Otrou Doue n'en deus gourc'hemennet netra diwar o fenn. Mes eun dra vat int; lakat a reont, epad ma vezer o pedi, ar spered da vezan muioc'h war evez, hag ar galon da vezan muioc'h birvidik : « Bezan int, evel ma lavar sant Yan Damascen, d'ar re ne ouzont ket lenn, ar pez m'eo ar levriou d'ar re a oar lenn; bezan int, evit ar gweled, ar pez m'eo ar c'homzou evit ar c'hleved. » Eizvet devez warn-ugent a viz Meurz Sant Yan Kapistran Eus a Urz sant Fransez (1385-1456) Ar pempzekvet kantved a oe unan eus ar c'hantvejou tristan a welas hon zud koz. Rouanteleziou an Europ a oa en em zavet an eil eneb eben; an Iliz, renet gant tud ha 'n em glevent ket, a wele he galloud disprizet, he c'helennadurez dispennet. An Turked, bugale Mahomet, a venne 'n em deuler war broiou ar c'huz-heol : ar broiou kristen a oa o vont da goll. A drugare Doue, sent ha sentezed a deuas hag a zalvas pep tra : Jann d'Arc a zalvas ar Frans diouz ar Zôzon; Katell a Sienn a zalvas an Europ diouz an Turked. Yan a c'hanas en Kapistran, eur gêr vihan eus rouantelez Napl, d'ar 25 a vezeven 1385. Eur gall a oa dre e dad hag eun italian dre e vamm. Epad dek vla, e chomas en Perouz da studian gwiriou an Iliz, ha ken barrek e teuas da vezan warneze, ma oe hanvet, da zeiz vla warn-ugent, gouarner Perouz, gant Ladislas, roue Napl. Epad rna oa er garg-ze, e savas trouz etre Perouziz ha tud Rimini. E genvroïz a gasas anezan, evel kannad, da skoulman ar peuc'h; mes gwerzet e oe ha tôlet er prizon. Epad an arnzer a dremenas serret evelse, en em lakas da zonjal 'barz breskadurez enor ha madou ar bed-man, barz ar maro hag ar bed-all. Eun nozvez, sant Fransez Asis 'n em ziskouezas d'ezan hag a c'hourc'hemennas d'ezan mont da vanac'h en e Urz. Nebeut goude, Yan a c'hellas en em denn eus e brizon, a-bouez rei eur yalc'had vat a arc'hant d'e enebourien. Kerkent, ec'h eas da wiskan saë menec'h sant Fransez da Vergam. Sant Bernardin a Sienn a skolaas anezan betek e velegiach. Dal ma oe beleget, en em lakas da brezeg gant aked dre an Itali a-bez, hag e reas da eleiz a eneou dizrei war hent ar zilvidigez. A-wechou, e teue d'e selaou betek 20.000 ha 40.000 den; gwelet zo bet, zoken, ouspen 100.000 den endro d'ezan. Chilaouet e vije evel eun êl diskennet eus an nenv, ha n'eo ket souez, rak da heul e gomzou e teue burzudou dispar. Ober a reas tro ar Frans, Bro-Zôz, ar Spagn hag an Douar-Santel. Er Palestin, e poanias da zizrei war an hent mat tud an Armeni a oa dianket, ha gant o c'hannad e kemeras peurz en Konsil Floranz, elec'h ma paras evel an heol. Er bla 1451, ar pab Nikolas V, o welet pegement oa gonezet an Alamagn gant an hereziou, a gasas anezan di da sklerijennan ar gristenien. Poblou a-bez a deuas d'e selaou, hag eun niver bras a bec'herien a lakas war hent ar binijen. Er c'hêriou, e rê eun tantad eus an tôlennou dizonest, eus an dilhajou digempen hag eus al levriou fall, ar pez a c'halve « tân-gwall kastel an diaoul. » En amzer-ze, Mahomet II, impalaer an Turked, a lakas seziz war Gonstantinopl, a gouezas eêtre e zouarn d'an 29 a viz mae 1453. An darvoud bras-ze a lakas kanvou dre an Europ a-bez. An Turked, eus Konstantinopl, a c'helle en em dôl war holl vroiou ar c'huz-heol. Ar pab Nikolas V, ha war e lerc'h, Kalixt III, a skrivas d'ar gristenien d'o fedi da gerzet eneb an Turked. Yan Kapistran a redas an Hongri da embann urziou ar pab, hag en berr amzer, dek mil ha tri-ugent brezellour a oa en em vodet dindan banniel Yan Huniad; d'ar 4 a viz gouere 1556, Mahomet II a lakas ive ar seziz war Belgrad. Yan Kapistran, daoust d'ezan da gaout dek vla ha tri-ugent, a roë kalon da Velgradiz. An Turked, koulskoude, a greske bemde o niver. Yan Huniad a fallgalone : - Varc'hoaz, emezan, eo grêt ganimp, ma ne deuer ket da rei dorn d'imp. - N'ho pezet aon ebet, eme ar manac'h santel, o tifenn gwiriou Doue ec'h omp, Doue a vezo ganimp. An de war-lerc'h, Yan Kapistran a zibabas pevar mil eus ar vrezellourien wellan a oa en kêr, a gerzas en o fenn, hag en e zorn eur banniel, hano Jezuz warni, e youc'has : « Ar viktor ! ar viktor ! » An Turked a renkas souzan; 40.000 aneze a chomas war an dachen; Mahomet II a oe glazet, hag a gavas gwell tec'hel d'ar red gant ar rest eus e dud. An Europ, eur wech c'hoaz, a oa salvet. Ar c'helou-ze a lakas levenez vras en kalon ar pab hag en kalonou holl gristenien ar c'huz-heol. Mes sant Yan Kapistran, skuizet holl gant ar brezel, a varvas daou viz goude. Ar pab Alexandr VIII a lakas anezan etouez ar zent, er bla 1690. Leon XIII a lakas lavaret e ofis hag e oferen dre an Iliz a-bez. K E N T E L An neb a venn, hennez a c'hell ! Ma zo eleiz a dud hag a bec'h dre re a fizianz enne o-unan, zo kemend-all hag a bec'h ive dre re a zisfianz aneze o-unan. I. _ Goest omp d'ober muioc'h evit ne zonjomp evit tec'hel diouz ar pec'hed. Hon zechou fall a stourm ouzimp; pep tra hon doug d'an droug. Koulskoude hon deus trec'het, pa hon deus goulennet sikour Doue, ha gourennet, en gwirione. Klaskomp eta en em viret diouz ar pec'hed hag en em virfomp. II. _ Goest omp d'ober muioc'h a vad eget ne zonjomp. Lavaret a rêr d'imp pedi, ha ni lavar n'hallomp ket; lavaret a rêr d'imp yun, ha ni lavar n'hellomp ket; lavaret d'imp a rêr d'imp ren eur vue kristennoc'h, ha ni lavar n'omp ket goest. Digareziou toull; klaskomp an tu hag e c'hellfomp. III. _ Goest omp d'en em zantelât muioc'h eget ne zonjomp ! Me n'am eus ket a nerz d'ober ar pez a rê ar zent, a lavaro unan; n'hellan ket bezan o pedi dalc'h-mat hag o sonjal hep paouez en Doue, a lavaro eun all. Santez Jenovefa. sant Loeiz, Jann d'Arc, sant Yan Kapistran, n'o devoa ket muioc'h a nerz evidomp ! Petra o devoa eta mui evidomp ? Muioc'h a c'hoant ! An neb a venn, hennez a c'hell ! Navet devez warn-ugent a viz Meurz SANT EUSTAS Abad Luxeuil (***-625) Estas a oe ganet er Bourgogn, hag a oe unan eus ar vugale vrudetan a zavas, er c'horn-douar-ze, d'ar Frans ha d'an Iliz. Savet e oe gant sant Kolomban, abad Luxeuil. Pa reas ar rouanez Brunehault hag he mab-bihan Thierry, da Golomban mont eus o rouantelez, war zigare ma rebeche d'eze an dizurziou a rene en o lez, Eustas a gemeras e garg hag a welas, en e amzer, betek 600 manac'h o vevan en Luxeuil. Kement e verve ar gwad en e galon, dre garante evit an Otrou Doue, ma ne oa ket evit miret da gemer preder gant ene kement hini a 'n em gave gantan. E deneredigez a reas d'ezan en em drei, dreist-oll, warzu ar bec'herien, e rê diouz o c'hennerzi hag o frealzi gant e gomzou mat. Ar zant a ziskouezas, dreist-oll, e furnez, en afer en devoe gant Agrestius, unan eus e venec'h. An den-man, goude bezan bet sekretour ar roue Thierry, a oa en em dennet en manati Luxeuil. Eun de, e c'houlennas ouz Eustas ôtre da vont da brezek an Aviel er broiou dife. An abad santel, o c'houzout ne oa ket barrek awalc'h d'ober al la-bour-ze, a c'hoantaas e zizrei, mes Agrestius a oa ken pennek ma oe red e lezel da vont da heul e zorc'hen. Eur pennad goude e tizroe, hag elec'h bezan grêt vad endro d'ezan, en devoa digoret e spered da eleiz a c'hevier a c'hoantaas silan etouez ar venec'h, e vreudeur. An abad a reas d'ezan rei peuc'h. Neuze, ar fals-manac'h a 'n em lakas da zrouk-prezek diwar-benn lezennou sant Kolomban. Ar guden a deuas da luian kement, ma oe red bodan eur c'honsil, en Makon, d'he diluian. Eno, Eustas a zispennas, an eil goude egile, holl lavariou Agrestius, hag e c'halvas anezan da vont, a-benn eur bla, dirak lez-varn an Otrou Doue, da respont eus an dismegans en devoa klasket teuler war sant Kolomban. Abarz eur bla, Agrestius hag e vignoned a oa et holl dirak o barner. Eustas, war e gozni, a roas an dilez eus e garg, evit gallout lakat e holl amzer gant ar bed-all. Goude eur c'hlenved hirr ha tenn, e roas e ene da Zoue, d'an 29 a viz meurz 625. Darn eus e relegou a virer c'hoaz en Flavigny. K E N T E L An drouk-prezegerez An neb a lemfe an drouk-prezegerez eus ar bed, eme sant Fransez a Zal (1), a lemfe mammen an darn vrasan eus ar pec'hejou. An neb a lem, hep dlgare, e vrud vat digant an nesan, ouspen ma tle kovez c bec'hed, a dle dic'haouan, rak den n'hell mont d'ar baradoz gant madou laeret, hag etouez madou an nesan, ar vrud vat da gentan. An neb a zrouk-prezek hag an neb a selaou drouk-prezek, eme sanl Bernard, eman an diaoul enne o-daou; en unan, eman en e deod, en egile, eman en e skouarn. Sant Augustin, an doktor bras, en devoa en e di eur skritell, a wel d'an holl, e oa warni ar c'homzou-man : Mar teuez aman, drouk-prezeger, Prenn mat da veg, pe kerz d'ar gêr ! Ho pedi hag hoc'h aspedi a ran eta da chom hep drouk-prezek eus ho nesan en doare ebet; na damallet ket d'ezan pec'hejou ha n'en deus ket grêt; na zizoloet ket ar re an eus grêt hag a zo kuzet; na gresket ket ar re a zo anavezet. Na lavaret ket : « Hen-ha-hen a zo eur mevier, » war digare m'ho peus e welet meo eur wech; na : « Hen-ha-hen a zo eur gwall-den, » war digare m'ho peus gwelet droug ennan eur wech; kaout eur mank n'eo ket kaout eun tech eo. Ha goude ma vefe bet eun den pec'her epad pell amzer, e c'heller fazian o rei al lezhano-ze d'ezan. Simon al lor a lavare e oa Mari-Madalen eur bec'herez, abalamour m'oa bet gwechall; gaou a lavare, rak dizroet oa war an hent mat, ha Jezuz-Krist a zifennas ar benitantez santel eneb ar gwall-deodou. Mes war digare 'n em ziwall diouz an drouk-prezegerez, arabad eo meuli an droug; red eo kaout abeg en treo, pa ve dleet kaout abeg enne. N'eus nemet eur rumm pec'herien hag e c'heller komz aneze heb aon, hag eo enebourieu touet an Otrou Doue hag an Iliz; ar re-ze a renker embann o zroiou kamm, uhellan ha pellan m'heller : ar garante a die ober d'imp huchal war ar bleiz, n'eus forz pelec'h eman, pa glask sailhat war an denved. (1) Ar Vue devot, XXIXet pennad. Tregontvet devez a viz Meurz An den eürus Amede Duk Savoa (1435-1472) Amede a deuas er bed en kêr Thonon, d'an de kentan a viz c'houevrer 1435. E vamm e zavas ervat hag a lavare d'ezan alïes : «Kement prins a fell 'd'ezan bezan karet ha doujet gant e dud, a dle, da gentan, doujan ha karet an Otrou Doue, Roue ar rouaned. » Daoust ma oe savet en unan eus al leziou kaeran a oa en Europ, en amzer-ze, e viras ouz e galon da vezan touellet gant treo iugernus ha goullo ar bed. En oberou a drugare eo e kave e blijadur. Kouezan a rê alïes en drouk-sant, ar pez a rê d'ezan lavaret : « N'eus netra c'houek, netra vat evel m'eo gouzanv evit Doue. Trubuilhou ar vue-man eo arrez bue an nenv. » Da seitek vla e timezas da Ioland, merc'h Charlez VII, roue Frans. Biskoaz etre an daou bried ne zavas an disteran koumoul. Doue a roas d'eze eiz krouadur. Da varo e dad, Amede a bignas war drôn duked ar Savoa hag ar Piemont, ha biskoaz prins ne oe gwelloc'h arru gant e zujidi. E c'her oa e tleer serviji Doue da gentan, ha lakat ar relijion da vleunian en pep lec'h. Ne oa ket evit gouzanv nag al leou-douet nag ar c'homzou goloet; hag an hini a vije en e zervij hag en dije lavaret eur ger fall bennak evelse, goude ma vije holl brinsed an douar oc'h ober evitan, n'en devoa mui eun heur da chom en e di. E garante evit ar beorien a oa ive dreist-muzul : «Ma ne garfen ket ar beorien, e lavare a-wechou, e kredan ne garfen ket an Otrou Doue. » Dre gement lec'h mac'h ee, e c'houlenne kelou eus ar beorien, eus an dud klanv, eus an intanvezed hag eus an emzivaded, hag e rê kement a oa en e c'halloud evit o harpan en o ezommou. Diou wech bemde e roë an aluzen d'eur bern a 'n em gave en kichen dor e balez. Rei a rê ive gant largente d'an ilizou; lakat a reas dresan meur a hini; paean a reas dle meur a hini-all; rei a reas dilhad-oferennan, eus ar re gaeran, da iliz Sant-Euseb, en Verseil. Mont a reas da bardonan da Rom, war beziou an ebestel Per ha Pol; en kement iliz mac'h eas enni, e roas eur prof bennak. Da seiz vla ha tregont, e kouezas gwall-glanv. Anaout a reas e oa war e dremenvan, hag e reas gervel ôtrone vrasan e lez : « Gourc'hemenn a ran d'ac'h ar beorien, roët d'eze gant largente, hag an Otrou Doue ho pinnigo. Barnet ive gant lealded, heb ober gwelloc'h da heman pe da hen-hont; laket ar relijion da vleunian ha Doue da vezan karet. » Mervel a reas o pokat da groaz Hon Zalver, d'an 31 a viz meurz 1472, da genver al Lun-Fask. Eleiz a vurzudou en em gavet war e ve a ziskouezas d'an dud ar c'halloud an evoa dirak Doue. Innosant XI a hanvas anezan eüirus. K E N T E L An Aluzen N'eo ket awalc'h ober aluzen; red eo bezan goest d'ober, gouzout ober, ha da biou ober. Arôk rei, red eo bezan dic'hle; an neb a laer e nesan a dalv nebeut a dra, dirak Doue, ar pez a lak en daouarn ar beorien. Red eo gouzout rei; an doare da rei a dalv muioc'h eget ar pez a roër. Red eo gouzout da biou rei. Hon Zalver Jezuz-Krist a lavar e tle an dorn kle ankouàt ar pez a ro an dorn deo. Gwir eo; mes ma tle an hini a ra eur vad d'eun all hen ankouàt, gant aon na deufe da dennan lorc'h eus e vadoberou, ne dle ket rei, hep gwelet da biou e ro, na petra ro, gant aon d'ober muioc'h a zroug evit a vad. Rei labour d'ar paour barrek da labourât a zo gouzout ober aluzen; rei douar, loened, arc'hant, en prest, da dudigou kez en eun tiegez, d'o zikour d'en em zevel, a zo gouzout ober aluzen. Rei da baean skol gristen d'eur c'hrouadur ezommek a zo gouzout ober aluzen; rei da baean skol d'eun den yaouank da zeski e vicher a zo gouzout ober aluzen; rei argourou da dud yaouank evit ma c'hellfont dimezi a zo gouzout ober aluzen. Rei da fals-peorien a deu da doull ho tor, a ouzoc'h ervat n'o deus ezom ebet da astenn an dorn a zo ober gaou ouz ar gwir beorien; rei da beorien, hag a anavezet evit bezan lonkerien touet, ouspen ar pez a zo red evit o bevanz hag o gwiskamant, a zo rei tro da wall-zispign madou an Otrou Doue : n'eus urz ebet d'ober an dra-ze. Kentan devez ha tregont a viz Meurz AN DEN EÜRUS NIKOLAS DE FLÜE (1417-1487) PATRON A.R SUIS Er Suis, en bro ar meneziou gwenn-kann, e c'hanas 'Nikolas de Flüe, er bla 1417. En e vugaleach, e kare ar sioulder hag ar beden. Evit senti ouz e gerent, e timezas d'eur verc'h yaouank a zoujanz Doue, a roas d'ezan dek krouadur, pemp pôtr ha pemp plac'h. Ar mab henan a yeas da veleg hag a deuas da vezan person Saxseln, ar barouz ma oa enni e dud o chom. E geuvroïz a gemeras Nikolas da varner ha da gonseilher, hag epad naontek vla e chomas er c'hargou-ze, ar pez ne reas ket d'ezan aukouat e zeveriou en kenver Doue. Unan eus ar pedennou a lavare alïes hag a zo brudet bepred er Suis, eo houman : « Ma Otrou ha ma Doue, lemet diouzin kement a vir ouzin da vont etrezek ennoc'h. » Ma Otrou ha ma Doue, roët d'in kement tra a denno ac'hanon etrezek ennoc'h. » Ma Otrou ha ma Doue, tennet ac'hanon diganin ha roët ac'hanon a-bez d'ac'h hepken. » D'an oad a hanter-kant vla, evit senti ouz mouez Doue, e kimiadas diouz e dud, hag en em dennas en eul lec'h distro. Eno e vevas naontek vla hanter, hep magadurez-all ebet nemet korf Jezuz-Krist, en sakramant an ôter, a veze roët d'ezan bep sul ha bep gouel. Da gentan, an holl a lavare e tlee unan bennak dont dre guz da zigas boed d'ezan, hag e oe laket tud da vêsa. Mes gwelet e oe skler ne gemere, en gwirione, netra nemet ar gommunion. Eskob Konstans a gasas e vikel-vras da welet ar mirakl; heman a c'houlennas digantan pehini oa ar vertuz vrasan : « Ar zentidigez ! » eme Nikolas. Neuze ar vikel-vras a lakas dirakan bara ha gwin, hag a c'hourc'hemennas d'ezan kemer aneze. An den santel a zentas, mes kerkent e krogas ar boan ennan ken gwaz, ma kreded e oa o vont da vervel. Adalek neuze e oe lôsket en peuc'h; e genvroïz a zavas d'ezan eur peniti men hag eun ti-bidi harp outan, elec'h ma teue bemde eur beleg da lavaret an oferen. Eleiz a dud a deue d'e gaout, hag ar c'homzou mat a lavare d'eze a zouge frouez. Eun devez, eun itrou vras a zigasas ganti, d'e welet, gwreg he mab, gwisket kaer meurbed. An den santel a zellas outi hag a lavaras : « Mar deo dre ourgouilh eo e touget an dilhad-ze, ha goude ma vefec'h er baradoz, e vefet stlapet er-mêz, ha ma gustumet ho pugale d'en em fichan eveldoc'h, biken ne welfet tâl an Otrou Doue. » Eur wech-all, eun den yaouank a deuas dirakan, gwisket dishenvel diouz giz ar vro, hag a c'houlennas ouz ar zant hag e wiskamant a blije d'ezan : « Pa ve mat ar galon, eme Nikolas, pep tra zo mat; koulskoude, gwell e vije d'ac'h derc'hel da zougen gwiskamant kaer ha dereat ar vro. » Er bla 1481, tud ar Suis a drec'has duk Bourgogn en Morat, en Granson hag en Nancy; mes neuze e savas trouz etreze diwar-benn rannan ar gonidigez o devoa dastumet. N'o devoa nemet derc'hel d'en em dabutal eur pennad c'hoaz hag e oa grèt gant o bro : impalaer an Alamagn a dôle e graban warnezi. Otrou person Stanz a roas ali da c'hervel Nikolas da lakat ar peuc'h etreze hag an holl a gavas mat kement-se. P'en em gavas an den santel, dre e gomzou fur, leun a garante Doue hag a garante vro, e lakas an holl d'en em glevet. Raktal, kleier Stanz a zonas hag a lakas eul levenez vras dre ar Suis a-bez, kouls ha pa oa bet gonezet viktoriou Morat, Granson ha Nancy, rak eno oad deut a benn eus enebourien an diavêz; en Stanz oad deut a benn eus enebourien an diabarz, an techou fall. An den santel a vevas c'houec'h vla c'hoaz goude. Mervel a reas d'an 21 a viz meurz 1487. K E N T E L Diwar-benn ar gwiskamant Ar pez a lavare Nikolas de Flüe a zo gwir : « Pa ve mat ar galon, pep tra a zo mat; koulshoude, gwell eo derc'hel da zougen gwishamant kaer ha dereat ar vro. » Pep bro a dle kaout he gwiskamant : gwiskamanchou ar broiou tomm n'int ket diouz doare tud ar broiou yen, na re an Argoadiz diouz doare an Arvor. Pep bro a dle kaout he gwiskamant yac'husoc'h eo ha kaeroc'h ive. Ma teu diavezidi ken niverus da welet hon bro-ni, unan eus an digareziou a ra d'eze he c'haout ken kaer eo ma 'z eo dishenvel gwiskamanchou pep kanton. « An dishenveledigez en unaniez eo a ra ar vravente. » Breiz, ma koll he gwiskamanchou, ne gresko ket he fe hag a gollo he gened, hep mar ebet. Rak-se, merc'hed yaouank. « na droket ket ho kwiskamanchou koant a Vreizadezed evit re ar Barizianezed. Kant gwech oc'h bravoc'h gant ho koefou dantelezet eget gant an tokou-ze goloët a blu hag a ban; lôsket ar plu-ze gant al lapoused; Doue en deus o roët d'eze, hag ar ban-ze gant al loened goue; Doue en deus o roët d'eze. » Ha c'houi, pôtred yaouank, dalc'het d'ho tilhad giz Breiz. « Ar Breizad, gant dilhad giz Pariz, a zo evel eun derven er goanv; ar Breizad. gant dilhad giz Breiz, a zo evel eur wezen avalou en hanv. Eur Breizad ha n'en deus ket dilhad e vro, a zo evel eur gegin gwisket gant plu eur peün. Sin ar c'hristen eo sin ar groaz; gwiskamant Breiz-Izel eo an testeni gwellan a c'hell eun den rei evit diskouez eo Breizad. » Hon tadou o devoa eur galon aour hag eur penn men; ni a dle bezan evelte; ha pa skoomp war hon c'halon, e tleomp skei war ar mêmes gwiskamant ma skoent i. » » Ar pôtr an eus mez o tougen gwiskamant e dad, hag ar verc'h he deus mez o tougen gwiskamant he mamm, a ruzio dizale oc'h anzav fe o zud koz. » (1) (1) Dastumet aman hag a-hont. Miz Ebrel PASK HAG AMZER BASK (1) Pevar mil bla oa, e oa ar bed azezet en e bec'hed, hag e oa ar Maro, freuz ar pec'hed, roue warnan. Pevar mil bla oa e oa ar bed o c'hedal ma vije tennet diouz e bec'hed ha ma vije trec'het ar Maro, setu c'hoarvezet ar burzudou keit gortozet, dre c'halloud ha madelez Jezuz-Krist o sevel a varo da veo. An devez-man, Sul-Fask, a droc'h eta istor ar bed en daou hanter hag a zigor eur rann neve. N'eus devez ebet par d'ezan nemet devez kentan ar bed, ma oe krouet ar sklerijen. Gant se, holl oueliou ar bla, evel holl amzer ar Grouadelez, a zo war c'hed anezan, a dro endro d'ezan : pep-hini aneze eo merket e goulz d'ezan diwar Zul-Fask. Devez an daspren, ar sklerijen, ar viktor hag al levenez, Sul-Fask an eus gonezet evit ar zul bezan ive devez an diskuiz. Devez diskuiz ar Judevien, ar zadorn, a zo bet barnet da gouezan, kouls hag al lezen goz, adalek ma paras Sul-Fask. Jezuz-Krist a dremenas ar zadorn etre daouarn ar maro, en diskuiz ar be, mes ar zul e torras e chadennou hag e skuilhas evelse gened, levenez, santelez da viken war gement sul a darzje, a hed an amzer, betek sul an eternite. Sul-Fask a zo ar gwir skeuden eus ar baradoz, pa vefomp holl, evel Jezuz-Krist, savet a varo da veo hag o kommunian gantan da holl viken. Dre ze, an Iliz he deus gourc'hemennet d'ar gristenien kommunian, da vihanan, gant gouellou Pask, dindan boan da vezan sellet evel tud nac'het gante o badeziant. Ar c'hristen kastizet e gorf gantan epad ar c'hoareiz, santelaet e ene dre ar binijen hag an oberou mat, a deu, dre ar pask, da vevan eur vue neve, henvel ouz hini ar baradoz. Amzer Bask a bad seiz sun, eur zunvez sunveziou, klozet dre eur zul, Sul ar Pantekost. Eun amzer eo hag a splann evel an heol, ma klever bemde ha da beb heur kan an Alleluia, ma tôl ar vertuziou o frouez en eneou kristen deut da vezan henvel ouz tachennou marellet gant pep seurt bokedou a c'houez vat. Amzer Bask a zo, er bed-man, evel eur mene Thabor, eur palez kaer war an uhel, e pigner ennan dre ar binijen, hag e kinnig ennan Doue, d'ar gwir gristenien, eun tanva eus joaiou ar baradoz. (1) Laket hon deus el levr-man Pasion ha Rezurreksion au Otrou Doue, gouel ar Yaou-Bask ha gouel ar Pantekost. Stagan a dleer da lenn ar Basion, bep bla d'abarde merc'her ar zun zantel. Rak-se 'ta, ma n'en em gav ket ar Zul-Fask d'an 20 a viz Ebrel, al lenner a renko lenn en de-ze, en tri devez arôk hag en daou-ugentvet ha hanter-kantvet devez war-lerc'h, bueziou ar c'houec'h sant a vezo êt o goueliou d'an traou evit rei plas da re Hon Zalver Jezuz-Krist ha da hini ar Spered-Santel. Kentan devez a viz Ebrel SANT HUG Eskob Grenobl (1053-1132) Hug a deuas er bed en Kastel-Neve Iser, diou leo diouz Valans, er bla 1053. Ober a reas e studi gant enor en Valans, da gentan, hag en Pariz goude. Eskob Valans, oc'h anaout e dalvoudegez, e hanvas da chaloni eus e iliz-veur, ha da varo eskob Grenobl (1080), daoust ma n'en devoa nemet seiz vla warn-ugent, e oe kavet mat da gemer e blas. Gregor VII, e-unan, e zakras eskob. Digoueet en e eskopti, Hug a gavas dre-oll ar freuz hag an dismantr. E veleien a oa hep santelez; e gristenien, hep anaoudegez eus ar pez a zo red da gredi ha d'ober evit bezan salvet. An droug-ze a oa deut dre m'o devoa tudjentil vras ar vro laket o c'hraban war an Iliz, ha ma werzent ar c'hargou enni d'ar re a lake ar muian enne. Goude bezan labouret epad daou vla, o welet ne wellae netra endro d'ezan, e kollas kalon hag en em dennas en eur manati eus a Urz sant Beneat. Pa glevas Gregor VII ar pez en devoa grêt, e roas urz d'ezan da zizrei raktal d'e eskopti. Senti a reas; eur bla oa bet er-mêz eus e eskopti, mes ar bla retred-ze an evoa kalonekaet ha santelaet anezan. Tri bla goude, en devoe eun hunvre burzudus. Kaout a rê d'ezan gwelet an Otrou Doue o sevel eun ti d'ezan e-unan, en eul lec'h goue ha distro, ha seiz stereden o tiskouez an hent da vont d'e gaout. Prest goude, e welas seiz den, sant Bruno hag e vignoned, o tont davetan da c'houlenn eur plas da zevel eur manati. Hug a anavezas e oant ar seiz stereden en devoa gwelet en e hunvre hag e kasas aneze d'ar Chartreuz, elec'h ma savjont (1086) ar manati kaer a zo c'hoaz en e zav. Brasan plijadur an eskob santel oa mont di, beb an amzer, da dremen eun nebeut deveziou. En em stagan rê kement ouz ar manati-ze ma renke a-wechou sant Bruno lavaret d'ezan : « Et da gaout ho tenved; ezom o deus ac'hanoc'h; roët d'eze ar pez o deus gwir da gaout diganac'h. » Hag an eskob mat a zente ouz Bruno, evel ouz e vestr, ha p'en deveze tremenet eur pennad-all etouez e bobl, e teue d'en em grenvât adarre er beden hag er sioulder. En e balez, Hug a rene eur vue ken striz hag an hini a rene er Chartreuz. Prezek a rê alïes, ha ne glaske ken en e gomzou nemet silvidigez an eneou. Pa ziskenne eus ar gador-zarmon, ec'h ee war eûn d'ar gador-govez, hag eno e ouele kement o klevet ar pec'hejou a veze anzavet outan, ma veze glebiet e zilhad gant e zaerou, ar pez a denerae ar bec'herien kaledetan. Kement e kastize e zaoulagad, ma c'heller lavaret e oe eskob en Grenobl epad daou vla ha hanter-kant, hag a-vec'h mac'h anaveze eur wreg en e eskopti, diouz ne gwelet : .« Anez kastizan an daoulagad, emezan, n'ouzon ket penôs e c'heller padout da gaout eur spered glan, rak dreze, evel a lavar Jeremias, eo e ra ar maro e hent evit mont betek ar galon. » An dud ezommek oa e vugale, ha rei a rê d'eze treo hag an ije ezom e-unan. En eur blavez kernez, e werzas e walen hag e galur aour evit gallout ober muioc'h a aluzen da beorien Grenobl. Unan eus an oberou a drugare en em blije ar muian oc'h ober, oa lakat ar peuc'h etre an enebourien. Ne zelle nag ouz renk, nag ouz danv, nag ouz anaoudegez : ne zelle nemet ouz al lealded. Biskoaz ne zigemeras netra digant hini ebet eus ar re e glaske da varn o aferiou, rak ar goprou, emezan, a zall daoulagad ar barner. Gant ober d'ar gristenien tostât alïes ouz sakramant ar binijen hag ouz sakramant an ôter, e lakas ar relijion da vleunian en e eskopti. Er bla 1123, sant Bernard a deuas da C'hrenobl hag a welas sant Hug; adalek neuze e oent daou vignon eus ar re vrasan. Hug eo a lakas sevel, dre skrid, ar gourc'hemennou en devoa roët Bruno, dre gomz, d'e venec'h, hag en doa-re-ze, e pourveas amzer da zont ar manati en devoa sikouret kement sevel. Mervel a reas d'an de kentan a viz ebrel 1132, d'ar gwener arôk Sul-Bleuniou; e gorf a chomas war ar varv-skaon betek ar meurz war-lerc'h. Sebeliet e oe en iliz an Itron-Varia, en Grenobl, ha Doue a vrudas e ve dre eleiz a viraklou. Ar pab Innosant II e lakas war roll ar zent, d'an 22 a viz ebrel 1134, daou vla hepken goude e varo. K E N T E L Ar Peuc'h Eun dra hag a zo gwir, ha gwiroc'h marteze, en amzer vreman eget biskoaz, eo o deus poan an dud o 'n em glevet, o 'n em ober, o 'n em gochan. Ne glever ken, a bep tu, nemet trouz etre priejou, etre kerent, etre amezeien ! Perak an dra-ze ? Pep-hini a zo dallet gant ar garante re vras en deus evitan e-unan : gwelet a ra mankou ar re-all, ne wel ket e re e-unan; gwelet a ra eûrusted ar re-all, ne wel ket e hini e-unan; gwelet a ra e boaniou e-unan, ne wel ket poaniou ar re-all; gwelet a ra ar blouzen en lagad an nesan, ne wel ket an treust en e hini. Eun devez, epad Gouel an Teltou, Jezuz a oa en Jeruzalem hag ar Pharizianed a zigasas dirakan eur wreg-dimezet, o devoa tapet oc'h ober an droug gant unan ha ne oa ket he fried. Lavaret a rejont da Jezuz : « Otrou, ar wreg-man he deus pec'het; Moyzez a lavar lazan a dôliou mein ar re a ra an droug he deus grêt, ha c'houi, petra lavaret ? » Jezuz-Krist a welas e oant o klask touelli anezan. Plegan a reas ha skrivan war an douar gant e viz. Hag ar Judevien a c'houlennas eun eil gwech. Jezuz a zavas en e zav : « Mat, emezan, an hini ac'hanoc'h a zo didamall, n'en deus nemet stlap ganti ar men kentan. » Hag e soublas hag e skrivas adarre war an douar, hag ar Judevien, o welet ar pez a skrive, a yee kuit, an eil goude egile. Herve ma lavar Tadou an Iliz, o fec'hejou eo a skrive war an trêz, hag ec'h eent kuit o welet e oant o-unan ken kablus hag an hini a damallent. Ni ive, arôk en em glemm eus ar re-all, a dlefe diskenn en hon c'halon ha gwelet ha talvezout a reomp gwelloc'h. Ma karfemp en em anaout non unan, e vefemp trugarezus en kenver hon nesan, ne vefemp ket dalc'h-mat o kaout abeg ennanhag o vroudan anezan. Ma roomp d'ar re a ve war hon zro, nebeut a dra da c'houzanv, i, eus o zu, a deuio hag a raio kement a vezo en o galloud evit ober plijadur d'imp; ma faziomp eun dro bennak, e vefomp pardonet buhan; n'eo ket estimet hepken e vefomp, mes karet, ar pez a zo gwell. Strisat al lezennou evidomp hon unan, hag o lôskât evit ar re-all, eo an doare gwellan d'en em gemer evit bevan en peuc'h en hon ziegez, en peuc'h en hon farouz, en peuc'h en hon bro, da c'hortoz bezan en peuc'h er baradoz. Eilvet devez a viz Ebrel Sant Fransez a Bola 1416 - 1507 Fransez a c'hanas en Pola, eur gêr vihan eus ar C'halabr, en Itali. E dud, dimezet pell a oa, ha chomet hep bugale, a bedas sant Fransez Asiz, hag a reas le, ma o dije eur mab, da rei d'ezan e hano. Ouspen o le, e rent eleiz a aluzennou hag a binijennou. Doue a deuas hag a roas d'eze o goulenn. Evelse, Fransez a Bola, evel Isaak, Samson, Samuel ha Yan-Vadezour, a oa anat, diouz e c'hinivelez, e oa digaset gant Doue war an douar, gant eul labour kaer bennak da gas da benn. Adalek e vugaleach, e tiskouezas ar pez e tlee bezan divezatoc'h. Karet a rê kastizan e gorf. Dal ma veze savet, e weled anezan o redek d'an iliz, elec'h ma chome deveziou a-bez, o komz hag o c'hoari gant an Otrou Doue. Da bevarzek vla, Fransez a gwitaas e dud, gant o ôtre, hag a yeas d'en em guzet en eun toull goue, pell diouz trouz ar bed. Eno, e holl breder a oa gant Doue. Tud a deuas da c'houlenn bevan dindannan, ha da naontek vla (1435), Fransez a zavas eun Urz relijius a zo bet ôtreet gant an Iliz divezatoc'h. Nag hen nag e venec'h ne gemerent gwech ebet na kig, nag uou, na lez, nag amann; yun a rent epad ar bla. C'hoant o devoa da enebi ouz ar gristenien-ze a veze bepred o klemm, abalamour ma oa re striz ar c'hoareiz. En Pola, e lakas sevel e vanati kentan, ec'h eas d'ober anezan ken lïes a vurzud hag a ven. Eur mirakl hag a bad bepred eo an hini a reas o lakat eun eienen da zevel eus kleuz eur garreg, ne weler faout ebet enni d'an dour da darzan, hag a zo ken kreav ma n'eo ket bet gwelet biskoaz o vont da hesk. Da ze gousperou kentan ar zant, e ve bep bla eleiz a dud klanv o c'hedal o yec'hed diouz dour burzudus ar feunteun-ze, ha meur a hini her c'hav. Diniver oa ar miraklou a rê Fransez war ar glanvourien a deue d'e gaout; dont a rent, n'eo ket a hiniennou, mes a gantchou, evel ma vije bet an êl Raphaël diskennet eus an nenv : Dont a reer en eur ouelan, Dizrei ' reer en eur ganan. Ouspen unan a lakas da zevel eus a varo da veo, hag anaout a rê an amzer da zont. Ha c'hoaz n'eo ket ar pez a rê a zoueze ar muian, mes ar pez ma oa : ne oa ket anat en dije eur c'horf; lavaret a vije, kentoc'h, eur spered hepken. Dougen a rê eur gouriz-reun ; kousket a rê war ar c'halet; ne zebre nemet eur pred bemde, goude kuz-heol; bale rê diarc'hen, dre an trêz bero, dre ar reier garo, dre an drez hag ar spern, dre an hentchou lous, hag e dreid ne vezent na poac'het, na troc'het, na toullet, na louzet. Doue en devoa roët urz d'e êle d'e viret dre mac'h ee. Pa oad o sevel e vanati, e touge mein, e kroge er c'hoad, e laboure dalc'h-mat, ha koulskoude, e zaouarn a chome ken gwenn ha re eun den ne ve kammed dindan an amzer ha ne ra nemet lenn ha skrivan. Ar zaë a zouge a chome warnan noz-de, ha daoust d'ar c'houezen diouz e gorf, elec'h c'houez an trenk, c'houez vat eo a oa gantan. Daoust pegement en em gastize, e dâl a veze bepred seder ha laouen. Henvel a oa, a lavare unan eus e amzer, ouz eun Doue marvel, a zent an holl grouadurien outan. Seul-vui oa kalet outan e-unan, ha seul-vui oa tener ouz ar re a oa dindannan. P'en deveze da glemm ouz unan bennak, e ouie lakat da gordan an drugare hag ar justis. E-unan e kempenne hag e penselie dilhad e venec'h; daoust pegen mat arru oa gant an Otrou Doue, ne oa tamm lorc'hus ebet anezan. Loeiz XI, roue Frans, o vezan kouezet klanv, goude bezan galvet war e dro brasan medisined e amzer, o welet ne wellae ket, a reas gervel manac'h ar C'halabr da zont d'e gaout. An den santel n'en em lakas en hent nemet war gourc'hemenn ar pab. Au digemer kaeran a oufed d'ober a oe grêt d'ezan en Tour, d'ar 24 a viz ebrel 1482. Ar roue, daoust d'ar c'hoant en devoa da barean, ne bareas ket; mervel a reas, avat, laouen, etre divrec'h ar zant, goude bezan bet e holl zakramanchou, d'ar 4 a viz est 1483. Arôk mervel, en devoa gourc'hemennet d'ezan lakat eyez gant e vugale. Hen eo a reas da Anna, dukez Breiz, dimezi da Charlez VIII, mab henan Loeiz XI, ar pez a anunas, da viken, Breiz hag ar Frans. Hen ive a hanvas mab henan an daou bried yaouank. Mervel a reas en Tour, da ze Gwener ar Groaz 1507, gant e unnekvet blavez ha pevar-ugent. E gorf a chomas unnek devez arôk bezan sebeliet. Eleiz a viraklou a c'hoarvezas war e ve. Ter zun goude maro Fransez, Anna Breiz, gwall glanv he fenherez, Glaudina, a 'n em erbedas outan, hag e oe roët d'ezi he goulenn. Evit diskouez he anaoudegez vat ha hini he zud, e labouras evit sevel an den santel war an ôteriou; ar pez ne zaleas ket d'en em gaout, rak, d'ar 7 a viz gouere 1513, Leon X hel lake war roll an dud eürus, ha d'an de kentan a viz maë 1519, hen grê sant. K E N T E L Ar Binijen « Gret pinijen ! » a lavare alïes Hon Zalver Jezuz-Krist; hag ar pez a c'hourc'hemenne d'ar re-all a rê e-unan. I — Pec'hi reomp hep ehan; niver hon fec'hejou, abaoue 'c'h omp war an douar, a zo divent henvel eo ouz eur bec'h ponner a lak ac'hanomp da blegan warzu an douar. Ar fe a lavar d'imp e vefomp kastizet diouz an droug hon devo grêt; karomp eta ar binijen; seul-vui en em gastizfomp er bed-man ha seul nebeutoc'h e vefomp kaslizet er bed-all. II. — Ar c'horf eo al loen a dle dougen an ene betek porz an nenv. Red eo goût dioutan : p'hen mager re fall, ne vale ket; p'hen mager re vat, e teu da vezan direiz; stlepel a ra e varc'heg er fank. Ma fell d'imp en em viret diouz ar pec'hed, kastizomp ha danvaomp hon c'horf. III. — Ar binijen a zo ken red breman ha m'eo bet biskoaz, ha koulskoude, an ïliz a zistenn he lezennou; ar c'hoareiz n'eo mui nemet ar skeud eus ar pez m'eo bet; ar zadorn a zo eun devez kig, ar pez ne oa ket gwechall. Perak an dra-ze ? Abalamour, siouaz, gant fe an dud, o c'horf a zo deut ive da zemplât. Hogen, an Iliz a zo eur vamm vat hag a fell d'ezi, dreist pep tra, salvi he bugale. N em ober a ra eta diouz o ment hag o nerz evit o c'has bepred, muian m'hallo, d'ar baradoz. Trede devez a viz Ebrel SANT KONERI Ermit (VIet kantved) Koneri, ginidik eus Breiz-Veur, a ziskennas en Bro-Arvor en hevelep koulziou gant Tual, mar ne oa ket, zoken, diskennet el lestr gantan. Douaran a reas war ôchou an hanter-noz, mes ne bozas ket eno. Kerzet a reas, a-dreuz d’an Argoad goloet neuze a goajou don, ’c’han ma tigouezas, trezek ar c’hreiste, en eul lec’h goue hanvet Brenguili. Eno e savas e beniti hag en em lakas da ren eur vue a beden, a labour hag a binijen. E gorf santel a gastize, War an douar noaz e kouske, N’oa nemet bara ha dour yen, Kement ha bevan, netra ken (1). E-unan a grede d’ezan bezan eno, ha ne oa ket. Ar c’horn douar-ze a oa pleustret gant eur bagad paganed o devoa kuitaet an ôd evit tec’hel arôk ar gouezidi laeron-vor. O mestr, eun den ter ha didrue, e hano Alvandus, a ’n em gavas, eun de, da dremen dirak peniti Koneri. Heman a oa neuze gant e bedennou ha ne dôlas evez ebet ouz an tremenidi. Ar pagan ac’h eas kement a zroug ennan ma reas da daou eus e dud bac’hata ar zant. Doue ne zaleas ket da skei, d’e dro, ar re o devoa grêt dismegans d’e zervijer. Kerkent, pebez tra burzudus ! Stad an daou den a oa spontus, O fenn war o choug hildroet, Hag i o-daou mezevennet. Red e oe d’eze, kouls ha d’o mestr Alvandus, stoui dirak ar zant hag hen pedi d’o farean. Pareans ar c’horf a dennas, da heul, hini an ene. Alvandus hag e dud a gredas d’ar fe gristen, hag an dijentil a oe gonezet ken mat ma kinnigas da Goneri e vadou hag e di. Mes ar zant a respontas : Et d’ho ti, me a chom aman ; Losket am eus ma holl vado ’ Vit bevan paour er-mêz ma bro. Diwar an heur-ze, ne vije ken klevet tro-dro, ha gant pep-hini, nemet kelou a Goneri : parean a rê klenvejou ar c’horf, sklerijenni an ine gant e brezegennou, karante Doue hag an nesan o virvi enne. An drouk-spered ne c’hoarze ket ouz e labour. Eun devez ma oa Koneri o lavaret eun oferen-eured war eun ôter-ven, en eul lanneg, an ôter a faoutas, dre ijin fall an diaoul, mes vertu ar zant hen harzas da didamman ha da gouezan. Badezet an darn-vuian eus ar baganed ha dispennet gantan, war bouez e zivrec’h, eul loden vat a goajou, e kuitaas e beniti, en abeg d’ar re a stad a vije grêt anezan gant an dud. E hano a chômas eno hag a zo hirie hano eur barouz. Dizrei a reas war e giz, trezek an ôd, hag en em gavas gant e vamm, Eliboubana, he devoa grêt ho chomaj en enezennig Loaven. Sevel a reas eur peniti damdost d’ezi hag eno e tremenas ar peurest eus e vue, o santelât, dre e oberou, an douar a dlee bezan, divezatoc’h, parouz Plouvouskan. Kement a vurzudou a c’hoarvezas war e ve ma oe sa-vet d’ezan eur chapel ha grêt, en e enor, eun ofis hag eur gouel a zo bet staget outan, gant daou bab, induljansou kaer. Ar chapel, hag a zo c’hoaz en he zav, he deus gwelet alïes sant Erwan o pedi. Enni zo beziet ive, en eur be kaer, unan eus eskibien koz Landreger, an O. Gwilherm a Halegoet, devot meurbed da zant Koneri, hag a roas leveou evit oferennou da lavaret enni bemde. Ar chapel he devoe, betek ar Revolusion, eun tenzor talvoudus bras a listri zakr hag a bep seurt treo presius. Laeret e oent neuze ha gwentet d’ar pevar avel. Relegou ar zant, e benn ha daou askorn brec’h ha gar, a oe klenket ’c’han d’ar peuc’h, hag a zo miret betek hen, kouls hag an devo-sion a dougas a-viskoaz Tregeriz d’o enori. Sant Koneri an eus daou bardon ar bla, unan da Veurz-Pask, ar pardon bihan, egile, ar pevare zul a viz gouere, galvet ar pardon bras. An de-ze, niver a belerined a dired da Blouvouskan, darn evit o loened, darn-all evit goulenn ar yec’hed. « Dour sant Koneri », binniget gant ar veleien, hag ive an douar a, ziwar-dro e chapel a zo brudet evit parean an derzien. Karante Tregeriz en kenver o zant a ’n em ziskouez c’hoaz en lies a stumm : en peb ezom en em droont trezek d’ezan, labourerien ha martoloded, ha plijout a ra d’eze rei e hano d’o bugale evit ma voint diwallet gantan a bep droug, ha, dreist-oll, a goll ar fe : N’houllomp het e kollfent ar fe, Well eo d’e mervel, sant binniget ! Diwallet ’ta, en han’ Doue, Ar vugale a zo d’ac’h gwestlet. En tu-hont da Blouvouskan, parouziou Lanvellek ha Plougras o deus ive peb a chapel gwestlet da zant Koneri. Parouz Sant-Konnek he deus e gemeret da batron. (1) Gwerz koz sant Koneri. K E N T E L Ar Skritur-Zakr Ar Skritur-Zakr eo an daouzek levrig ha tri-ugent savet gant ar brofeted, ar skrivagnerien santel, an Ebestel hag an Avielerien, dindan lagad ar Spered-Santel, dastumet holl en unan hag anavezet gant an Iliz evit bezan skridou Doue. Ar Skritur-Zakr a zo bet laket 1600 vla bennak d’hen ober ; ouspen daou-ugent den a zo bet o labourât warnezi, ha koulskoude, he fennadou a ya ken brao an eil diouz egile hag izili eur memes korf, dre m’oa kelennet hec’h oberourien gant ar Spered-Santel ha ma ne oa hano gante, en o skridou, nemet eus a Jezuz-Krist, ar Zalver da zont, pe eus a Jezuz-Krist, ar Zalver neve deut. Ar Skritur-Zakr a zo rannet en diou loden : an Testamant koz hag an Testamant neve. An Testamant koz eo al loden a zo enni ar skridou savet adalek Moyzez betek donedigez Hon Zalver. An Testamant neve eo al loden a zo enni ar skridou savet adalek donedigez Hon Zalver betek an abostol sant Yan. Ar Skritur-Zakr n’hell bezan enni na gaou na fazi, p’eo gwir Doue ep an eus renet dorn ar skrivagnerien. N’eo ket red d’an holl gristenien lenn ar Skritur-Zakr, p’eo gwir o deus an Iliz evit o c’helenn ; koulskoude, eo talvoudus bras hen ober. N’heller lenn ar Skritur-Zakr nemet el levriou ôtreet gant an Iliz, karget, ha hi hepken, gant Doue, da viret e gomzou a-dreuz ar c’hantvejou. An neb a vefe kinniget d’ezan ar Skritur-Zakr moullet gant ar brotestanted, arabad eo d’ezan he c’hemer, gant aon na rafe al levr-ze gaou ouz e fe. Mar ’n eus e gemeret dre zievezted, e tle e deuler en tan pe rei anezan d’e berson, ar c’hentan ’r gwellan. Trede devez a viz Ebrel SANT KONERI Ermit (VIet kantved) Koneri, ginidik eus Breiz-Veur, a ziskennas en Bro-Arvor en hevelep koulziou gant Tual, mar ne oa ket, zoken, diskennet el lestr gantan. Douaran a reas war ôchou an hanter-noz, mes ne bozas ket eno. Kerzet a reas, a-dreuz d’an Argoad goloet neuze a goajou don, ’c’han ma tigouezas, trezek ar c’hreiste, en eul lec’h goue hanvet Brenguili. Eno e savas e beniti hag en em lakas da ren eur vue a beden, a labour hag a binijen. E gorf santel a gastize, War an douar noaz e kouske, N’oa nemet bara ha dour yen, Kement ha bevan, netra ken[1]. E-unan a grede d’ezan bezan eno, ha ne oa ket. Ar c’horn douar-ze a oa pleustret gant eur bagad paganed o devoa kuitaet an ôd evit tec’hel arôk ar gouezidi laeron-vor. O mestr, eun den ter ha didrue, e hano Alvandus, a ’n em gavas, eun de, da dremen dirak peniti Koneri. Heman a oa neuze gant e bedennou ha ne dôlas evez ebet ouz an tremenidi. Ar pagan ac’h eas kement a zroug ennan ma reas da daou eus e dud bac’hata ar zant. Doue ne zaleas ket da skei, d’e dro, ar re o devoa grêt dismegans d’e zervijer. Kerkent, pebez tra burzudus ! Stad an daou den a oa spontus, O fenn war o choug hildroet, Hag i o-daou mezevennet. Red e oe d’eze, kouls ha d’o mestr Alvandus, stoui dirak ar zant hag hen pedi d’o farean. Pareans ar c’horf a dennas, da heul, hini an ene. Alvandus hag e dud a gredas d’ar fe gristen, hag an dijentil a oe gonezet ken mat ma kinnigas da Goneri e vadou hag e di. Mes ar zant a respontas : Et d’ho ti, me a chom aman ; Losket am eus ma holl vado ’ Vit bevan paour er-mêz ma bro. Diwar an heur-ze, ne vije ken klevet tro-dro, ha gant pep-hini, nemet kelou a Goneri : parean a rê klenvejou ar c’horf, sklerijenni an ine gant e brezegennou, karante Doue hag an nesan o virvi enne. An drouk-spered ne c’hoarze ket ouz e labour. Eun devez ma oa Koneri o lavaret eun oferen-eured war eun ôter-ven, en eul lanneg, an ôter a faoutas, dre ijin fall an diaoul, mes vertu ar zant hen harzas da didamman ha da gouezan. Badezet an darn-vuian eus ar baganed ha dispennet gantan, war bouez e zivrec’h, eul loden vat a goajou, e kuitaas e beniti, en abeg d’ar re a stad a vije grêt anezan gant an dud. E hano a chômas eno hag a zo hirie hano eur barouz. Dizrei a reas war e giz, trezek an ôd, hag en em gavas gant e vamm, Eliboubana, he devoa grêt ho chomaj en enezennig Loaven. Sevel a reas eur peniti damdost d’ezi hag eno e tremenas ar peurest eus e vue, o santelât, dre e oberou, an douar a dlee bezan, divezatoc’h, parouz Plouvouskan. Kement a vurzudou a c’hoarvezas war e ve ma oe sa-vet d’ezan eur chapel ha grêt, en e enor, eun ofis hag eur gouel a zo bet staget outan, gant daou bab, induljansou kaer. Ar chapel, hag a zo c’hoaz en he zav, he deus gwelet alïes sant Erwan o pedi. Enni zo beziet ive, en eur be kaer, unan eus eskibien koz Landreger, an O. Gwilherm a Halegoet, devot meurbed da zant Koneri, hag a roas leveou evit oferennou da lavaret enni bemde. Ar chapel he devoe, betek ar Revolusion, eun tenzor talvoudus bras a listri zakr hag a bep seurt treo presius. Laeret e oent neuze ha gwentet d’ar pevar avel. Relegou ar zant, e benn ha daou askorn brec’h ha gar, a oe klenket ’c’han d’ar peuc’h, hag a zo miret betek hen, kouls hag an devo-sion a dougas a-viskoaz Tregeriz d’o enori. Sant Koneri an eus daou bardon ar bla, unan da Veurz-Pask, ar pardon bihan, egile, ar pevare zul a viz gouere, galvet ar pardon bras. An de-ze, niver a belerined a dired da Blouvouskan, darn evit o loened, darn-all evit goulenn ar yec’hed. « Dour sant Koneri », binniget gant ar veleien, hag ive an douar a, ziwar-dro e chapel a zo brudet evit parean an derzien. Karante Tregeriz en kenver o zant a ’n em ziskouez c’hoaz en lies a stumm : en peb ezom en em droont trezek d’ezan, labourerien ha martoloded, ha plijout a ra d’eze rei e hano d’o bugale evit ma voint diwallet gantan a bep droug, ha, dreist-oll, a goll ar fe : N’houllomp het e kollfent ar fe, Well eo d’e mervel, sant binniget ! Diwallet ’ta, en han’ Doue, Ar vugale a zo d’ac’h gwestlet. En tu-hont da Blouvouskan, parouziou Lanvellek ha Plougras o deus ive peb a chapel gwestlet da zant Koneri. Parouz Sant-Konnek he deus e gemeret da batron. ———— KENTEL Ar Skritur-Zakr ↑ Gwerz koz sant Koneri. Pevare devez a viz Ebrel SANT ISIDOR Eskob Sevill, doktor eus an Iliz (***-636) Isidor a oa ginidik eus an Andalouzi hag a oa ar yaouankan eus a bemp. E c'hoar henan a zimezas da Leovijild, roue ar Wisigothed; Leandr ha Fuljanz, e 'zaou vreur, a varvas eskibien ha sent; Florentine, an eil eus e c'hoarezed, a 'n em reas leanez hag a oe brudet abalamour d'ar gwerziou santel a zavas. Mes hen a roas muioc'h a lufr c'hoaz d'e hano evit ne roas e vreudeur hag e c'hoarezed d'o re. Kemeret e oe abred gant eskob Sevill, e vreur kosan, da zevel ha da skola. Eur spered boc'h en devoa; poan a oa o lakat eun dra 'n e benn. Eun devez, fallgalonet o welet ne zeske netra, hag aon d'ezan da vezan skoet, e tec'has eus ar skol hag e redas ar mêziou evel eun den dianket ma oa. En e skuizder, ec'h azezas e-tal eur puns hag e selle ouz arroudennou kleuzet gant an amzer er men-barlen. A greiz ma oa o klask gouzout piou en devoa grêt ar roudennou-ze, eur wreg a deuas da gerc'hat dour hag a lavaras d'ezan e teue ar beradou dour, o kouezan heb ehan er memes lec'h, a benn da gleuzan ar vein ar c'haletan. Ar respont-se a chomas pell war spered ar c'hrouadur : « Ma c'hell eur berad dour, emezan, toullan eur men gant an amzer, me ive, a drugare Doue, daoust pegen dister eo ma galloud, a deuio a benn, dre forz poanial, da zeski eun dra bennak. » Mont a reas endro da Sevill, hag e teuas da vezan unan-eus an dud desketan war bep tra. Da varo e vreur Leandr, daoust ne oa tamm ebet en jal da ze, e oe grêt d'ezan, gant ar roue Rekared, ar veleien hag ar bobl, azezan war gador eskob Sevill. Gregor-Meur a gavas mat an dibab, a gasas da Isidor ar pallium hag a hanvas anezan vikel ar pab war ar Spagn a-bez. Epad ma oe eskob, e oe eun den trugarezus evit an holl; eveziek da embann lezennou an Iliz, dre e gomzou hag e skridou, ha da lakat o miret. En amzer-ze, mignoned Arius a oa kas rei da anaout o c'henteliou hag o geier dre ar bed holl. Klask a rent, dreist-oll, 'n em dremen diouz ar yaouankiz. Isidor, pa anavezas an dra-ze, o c'houzout eo dre ar vugale e teuer a benn da zevel poblou digristen, daoust d'an nebeut a zanve en devoa, a ziazezas eun ti-skol-meur en Sevill, a zo bet brudet dre ar Spagn a-bez ha pelloc'h. E-unan e rê skol ennan, hag e levriou war wriziou ar geriou, (libri Etymologiarum), dastumet enne ar pep brasan eus e genteliou, a zo eus ar re ouiziekan a c'heller lenn. Isidor en devoa eun doujanz vras evit ar pab, ha lavaret a rê a-wechou e oa Kador sant Per, evit ar fe, ar pez m'eo, evit al listri, eur porz-mor 'lec'h n'eus danjer ebet evite. Eun eskob bennak o vezan goulennet outao hag an Ebestel o devoa bet, digant Jezuz-Krist, kement ha kement a c'halloud an eil hag egile, e respontas : « Skler eo e oa sant Per mestr war an Ebestel-all, p'eo gwir en devoa lavaret d'ezan : « Te a zo men, ha war ar men-ze me a zavo ma Iliz. » Evelse ive, ar pab a zo, dre e c'halloud, dreist an eskibien-all, evel m'eman ar penn dreist an izili-all eus ar c'horf. An neb eta ne fell ket d'ezan enori ar pab ha senti outan, evel m'eo dleet, a zo henvel ouz eur c'horf ha n'eo mui stag ouz ar penn. An dra-man a zo eur wirione desket d'imp gant an Iliz, hag ar wirione-ze a renker da gredi ken start ha mister an Dreinded; anez, ne oufed ket bezan salvet. » Isidor, goude bezan gouarnet e eskopti eun daou-ugent vla bennak, a varvas d'ar 4 a viz ebrel eus ar bla 636. K E N T E L Red eo labourat ar spered Ar pez a zo kôz e weler bugale o tec'hel kement an eil digant egile eo, dreist-oll, dre ma ve bet o sperejou labouret dishenvel. Setu aman daou grouadur, unan hag a zo bet kaset d'ar skol abred, dalc'het enni ha grêt d'ezan labourât start : dont a ra da vezan eun den yaouank desket kaer, a ra enor e dud hag a vo barrek da 'n em denni war an douar. En e gichen, setu eun all hag a zo bet dilezet; n'eo ket bet kaset d'ar skol, pe mar deo bet, n'eo ket bet laket da labourât; eur c'hrouadur eo ha ne oar netra; laket eul levr dirakan, du ha gwenn a welo, ha netra ken. Galloud da zeski a oa ennan, koulskoude, mes ar galloud-ze a zo dinerzet, o vezan bet lezet hep impli. Brasoc'h oa, marteze, evit hini ar c'hrouadur-all, mes petra zervij, pa n'eus grêt netra gantan? D'ar gerent, dreist pep tra, eo d'evesât ouz ze. Ar vugale ne c'houlennont ket gwell evit chom hep mont d'ar skol; red eo ober d'eze mont, dre gaer pe dre heg. Pa vezont er skol, ne c'houlennont ket gwell eget chom heb ober netra; red eo dihuni aneze; diouz ma vefont grêt, e vefout kavet. Pempvet devez a viz Ebrel Sant Visant Ferrier Eus a Urz sant Dominik (1357-1419) Visant, gloar an Iliz, prezeger bras ar varn divezan ha kaeran sklerijen a welas ar Vretoned o paran 'us d'eze, a c'hanas en Valanz, er Spagn, d'an 23 a viz genver 1357. Gwilherm Ferrier, e dad, ha Konstansa Miquel, e vamm, a oa troet war ar beden ha war an aluzen. Hen, a vihanik, a vode endro d'ezan bugale e oad hag o tesrevel ar brezegerien en deveze klevet, e komze d'eze eus an Otrou Doue hag eus ar Werc'hez. Da seitek vla, gant bennoz e dad hag e vamm, e wiskas saë sant Dominik. Da fin e studiou en Barselon hag en Lerida, e teuas gantan kurunen lore an doktored. I. Sant Visant o prezek dre ar bed Eur wech beleget, en em lakas da hadan dre ar bed komzou Doue. Ar Spagn, ar Frans, an Itali, an Alamagn, Bro-Zôz, an Iverzon a glevas anezan. Epad tost da zaou-ugent vla, e prezegas bemde, goude bezan bet o kovez e-unan ha goude bezan kanet an oferen-bred. E brezegen a bade war-dro ter heur. Ne gomze nemet espagnoleg, ha koulskoude, pep-hini a gomprene anezan, evel m'en dije komzet en yez ar vro ma tremene drezi; kement hini a veze ouz e selaou, n'eus forz pegen pell e vije dioutan, e gleve kenkouls hag ar re a vije an tostan. Miraklou-all a deue c'hoaz da harpan e gomzou, hag a rê d'an holl pleal gantan. Ouz e heul, a gêr da gêr, hag a rouantelez da rouantelez, e veze bepred eur mil den, da nebeutan, da rei an dorn d'ezan, tud a bep reok hag a beb oad : penitanted, eun daou pe dri c'hant, a 'n em skourjeze dirak an holl, a rê katekiz, a zave manatiou, ilizou, hospitaliou, ponchou ; beleien hag a govesae an dud; kanerien ha sonerien hag a gaerae an ofisou; notered d'ober aktou a emgleo etre enebourien. E brezegennou a renke bezan grêt war ar mêz, an ilizou o vezan re vihan diouz an dud a zirede, a bep tu, da selaou e gomzou. II. Sant Visant en Breiz (8 a viz c'houevrer 1418 - 5 a viz ebrel 1419) Er bla 1417, Visant a brezege dre ar Frans. Yan V, duk Breiz, a skrivas tri lizer d'ezan d'e bedi da zont da brezek en e zukach; ar c'hentan, skrivet en miz genver, a oe roët d'ar prezeger bras en Puy ar Velay; an eil, skrivet en miz du, a 'n em gavas gantan en Bourj; an trede, skrivet en fin ar bla, a 'n em gavas gantan en Tour. Goude bezan prezeget en Angers, epad miz genver 1418, ar zant a 'n em gavas en Naoned, da veurz al lard, a oa d'an 8 a viz c'houevrer er blavez-ze. Dek devez hag eun dra beanak e chômas eno; prezek a reas, gwech en bered Sant-Nikolas, gwech war blasen iliz-veur Sant-Per. Ac'hane ec'h eas da Wened, elec'h m'en em gavas d'ar 5 a viz rneurz, d'ar zadorn arôk pevare sul ar c'hoareiz. An duk Yan V, an dukez Janned Frans, hag a oa er mare-ze o chom en Gwened, Gwenediz, gant o eskob, Amaury de la Motte, a yeas d'arben hent d'ezan eun hanter-leo diouz kêr hag e teuas d'o heul pignet war e azenez. Elec'h ober e zisken en kastel ar Vouden, kempennet evitan gant an duk, ec'h eas da lojan da di Robin er Scarb. An de war-lerc'h en em lakas d'ober e labour, war leur-gêr, elec'h ma oa savet eur chapel goat. Eno e kanas an ot'e-ren, ha goude e prezegas dirak eur mor a dud, duk ha dukez Breiz an tostan d'ezan; evelse e reas bemde, epad ar pevar devez warn-ugent a dremenas en Gwened. Da Veurz-Fask, 29 a viz meurz 1418, Visant a yeas da Dheix hag a valeas warzu Redon. D'an 20, 21, 22 a viz ebrel, ha d'an 2, 3 ha 4 a viz mae 1418, her c'havomp en Roazon. Ac'hane ec'h eas betek Kaen, pedet gant Herri V, roue Bro-Zôz, da vont da brezek en Normandi. Ober a reas buhan e dro, rak, en mezeven, her c'havomp en Dol, en Sant-Malo hag en Dinan. Ac'hane e teu, hed-a-hed ar mor, warzu Lok-Maze penn-ar-bed; prezek a ra en Jugon, Lambal, Monkontour, Sant-Brieg, Kintin, Kastelaudren, Gwengamp, ar Roc'h-Derrien, Landreger, Lanhuon, Montroulez, Kastel-Pol ha Lesneven. Goude-ze ec'h ouzer e prezegas en Rostren hag en Keraës; en Kemper, en Pont-'n-Abad, en Konk-Kerne, en Kemperle, en Hennbont, en Gemene, en Pontivi, er Chez, en Dreinded-Porhoët, en Joselin hag en Ploërmel. Eus Ploërmel e valeas warzu an Naoned. E dud o welet e tec'he e nerz digantan, a grogas aon enne na varvje a-bell bro hag a alias anezan da zizrei d'ar Spagn. Ar zant a bignas d'abarde war e azenez, a valeas epad an noz gant e zervijerien; mes da c'houlou-de en em gavas el lec'h an evoa kuitaet gante. O welet kement-se, e lavaras d'e dud ne bellaje ket ken diouz Breiz. Dizrei a reas da Wened; eno e krogas eun derzien vras ennan; dukez Breiz, epad e glenved, a reas war e dro gant kement a breder ha ma vije bet ar c'hlanvour roue Frans, he zad, pe duk Breiz, he fried. Tremen a reas d'ar merc'her, 5 a viz ebrel 1419, en e eil bla ha tri-ugent. Pa roas kleier Gwened e varo da anaout d'ar bobl, Breiz a-bez a zougas e ganvou. Sebeliet e oe en iliz-veur, d'ar zadorn war-lerc'h. III. Sant Visant laket etouez ar Zent Prest goude maro an abostol bras, an duk Yan V a bedas ar pab Martin V da rei urz da zastum testeniou e zantelez. An duk Fransez I a reas ive peden e dad; an duk Per II a oe selaouet erfli gant Nikolas V, a hanvas, dre lizer skrivet an 18 a viz here 1451, tri gardinal d'ober eun enklask war « vue ha miraklou » an ôtrou Visant. En Breiz hepken, e oe dastumet testeniou ouspen tri-c'hant den. D'an 29 a vezeven 1455, de ouel Per ha Pol, ar pab Kalixt III a embannas e zantelez d'ar bed holl. D'ar 5 a viz ebrel 1456, e oe grêt en Gwened ar gouel kentan en enor da zant Visant. Evit herzel ouz an dispignou a oe gantan, pep tiegez breizad a roas laouen pemp diner. Ne oa ket bet gwelet biskoaz, ha n'eus ket bet gwelet abaoue, netra ken kaer en hon bro. Arc'heskob Avignon, ar c'hardinal Alan a Goativi (1), eur Breizad ginidik eus Bro-Leon, a deuas d'ober ar gouel, en hano ar pab. Pempzek eskob, eiz eus Breiz ha seiz a-ziavêz bro, a oa endro d'ezan. Goude bezan kanet an oferen, e reas tro kêr en prosesion. Duk ha dukez Breiz a deue d'e heul gant holl brinsed hag ôtrone vras an dukach, hag ouspen kant hanter-kant mil den. (1) Ganet en Plouneventer. K E N T E L Levr ar Vue « Bue an den a zo eul levr, ken alïes a loden ennan hag a vla, ken alïes a bennad hag a viz. El levr-ze zo pajennou gwenn ha pajennou du : ar pajennou gwenn eo an deveziou, ar pajennou du eo an nozveziou. Du pe wenn, ar bajen gentan eo an hini eo merket warnezl ginivelez pep-hini ac'hanomp. Al levr en e bez a zo brasoc'h eget ar Skritur-Zakr ha n'eo ket souez, kemend-all a vlaveziou, a viziou, a zunveziou, a zeveziou, a heuriou a zo en hon bue. Ar bluen a skriv al levr-ze pen-da-ben eo bolonte libr an den (2). » Da ze ar varn, pep-hini ac'hanomp a vezo digoret e levr, ha barnet e vezo dioutan : netra ne chomo nag er pajennou gwennan, nag er pajennou duan, hep bezan gwelet mat gant daoulagad lemm an Otrou Doue ; rak-se 'ta : Tôlomp evez, ha de ha noz, Ma fell d'imp mont d'ar barados ! (2) Pennadig tennet eus sermonion sant Visant. C'houec'hvet devez a viz Ebrel SANT SELESTIN Pab (422-432) Celestin a oe hanvet da bignal war Gador sant Per, war-lerc'h sant Bonifas. |Ar manac'h breizad Morvan a lavare e oa barrek awalc'h an den, drezan e-unan, d'ober e zilvidigez. «Nan, a respontas d'ezan sant Augustin; ezom en deus eus gras an Otrou Doue.» -- « Gwir awalc'h eo, a lavare beleien kreiste Bro-C'hall, an den en deus ezom eus gras an Otrou Doue, mes he gonid a c'hell dre e oberou e-unan.» Selestin a welas raktal fazi ar veleien-ze, hag a gasas d'o eskibien eul lizer da c'hourc'hemen d'eze studian gwelloc'h skridou sant Augustin, gant aon da gomz treuz diwar-benn ar c'hras. Kas a reas ive sant Jermen, eskob Auxer, ha sant Loup, eskob Troyes, daved Bretoned Breiz-Veur, evit dispenn ar c'henteliou gaouiad savet gant Morvan. Goude bezan skoët war heretiked ar c'huz-heol, Selestin a oa mall gantau trei warzu re ar sav-heol. En Konstantinopl, Nestorius, eus ar gador-brezeg, en devoa stlapet e valloz war gement hini a lavarfe e oa Mari Mamm da Zoue. Ar bobl a estlamme. A drugare Doue, sant Siril Alexandri, dal ma klevas an neventi, a zavas uhel e vouez, hag ar pab Selestin a reas d'an holl eskibien en em vodan en Ephes (431), hag eno, dirak ar bed holl, e oe embannet ar pez a greded betek neuze, da lavaret eo, ne oa en Jezuz-Krist nemet eur personach, personach Mab Doue, ha diou natur : natur Doue ha natur an den. Evelse 'ta, an Itron-Varia, Mamm da Jezuz-Krist, a oa en gwirione Mamm da Zoue, en eun hevelep doare gant an holl nammou. Hon mammou, daoust ma n'o deus ket krouet ennomp hon ene, mes hon c'horf hepken, a zo galvet konlskoude mamm an den pen-da-ben, korf hag ene; rak ma n'eo an den den, nemet pa ve e gorf unanet gant e ene, Jezuz-Krist n'eo, en gwirione, Jezuz-Krist kennebeut, nemet pa ve unanet ennan Doue hag an den. An embann-ze a lakas eul levenez dispar dre ar bed kristen; neuze eo e oe staget, ouz komzou an êl Gabriel ha re santez Elisabeth, ar geriou-man : « Santez Mari, Mamm da Zoue, pedet evidomp-ni, pec'herien, breman hag en heur eus ar maro ! » Sebeliet e oe Selestin en bered Priskilla, d'ar 6 a viz ebrel 432. K E N T E L Ar C'honsilou-meur An Iliz he deus bet da stourm a holl viskoaz : ouz ar Judevien hag ouz ar baganed, da gentan, enebourien an diavêz; ouz an heretiked hag ouz ar schismatiked goude-ze, enebourien an diabarz. Ar rumm kentan a glaske lazan he c'horf; an eil a glaske lazan hec'h ene. An Iliz he deus trec'het ane holl, darn dre ar verzerenti, darn-all dre ar c'honsilou. Eur c'honsil a zo eur bodad eskibien galvet, en doare merket gant an Iliz, d'en em gaout el lec'h-ma-lec'h, evit en em glevet war dreo ar relijion. Ar c'honsil a zo meur pe bihan, herve ma c'halver ennan eskibien ar bed holl, pe re eur vro hepken. Eur c'honsil, evit bezan meur, a dle, da gentan, bezan digoret gant ar pab, pe dre e urz, pe da vihanan, gant e ôtre. En e benn e tle bezan ar pab, pe da vihanan, e gannad. Kement a ve grêt ennan a dle bezan kavet mat gant ar pab. Pa ve an tri dra-ze, ar c'honsil a zo meur ha n'hell ket fazian; ahend-all e c'hellfe, rak an Iliz n'eman nemet elec'h m'eman Per. (Rei a reomp e traou ar pajennou 258, 259 ha 260 hano an holl konsilou-meur) Bet zo ugent konsil-meur : AR Ia KONSIL EN NISE (325), a gondaonas Arius, ne anaveze ket Jezuz-Krist evit bezan Doue. 318 eskob a oa er c'honsil-ze. AN IIt ES KONSTANTINOPL (381), a gondaonas Masedonius, ne anaveze ket ar Spered-Santel evit bezan Doue. 186 eskob a oa er c'honsil-ze. AN IIIt EN EPHES (431), a gondaonas Nestorins, a lavare e oa daou bersonach en Jezuz-Krist, ha ne anaveze ket Mari evit bezan Mamm da Zoue. 198 eskob a oa er c'honsil-ze. AR IVe EN KALSEDOAN (451), a gondaonas Eutyches. a lavare ne oa nemet eun natur en Jezuz-Krist. 600 eskob a oa er c'honsil-ze. AR Vet EN KONSTANTINOPL (553), a gondaonas Theodor a Vopsuest, Theodoret hag Ibas, diskibien Nestorius. 164 eskob a oa er c'honsil-ze. AR VIet EN KONSTANTINOPL (680-681), a gondaonas Theodor, eskob Pharan, hag ar re a lavare gantan ne oa nemet eur volonte en Jezuz-Krist. 170 eskob a oa er c'honsil-ze. AR VIIet EN NISE (787), a gondaonas an impalaer Leon an Isaurian hag ar re a lavare gantan terri skeudennou ar zent. 350 eskob a oa er c'honsil-ze. AN VIIIet EN KONSTANTINOPL (869-870), a gondaonas Photius, an hini a bignias, dre laer, war gador eskob Konstantinopl hag a zispartias Iliz ar zav-heol diouz Iliz ar c'huz-heol. 108 eskob a oa er c'honsil-ze. AN IXet EN LATRAN, EN ROM (1123), a reas an emgleo etre an Iliz hag ar Gouarnamant; a embannas gwiriou pep-hini; a gondaonas gwerzidigez ar c'hargou-lliz ha dimezi ar veleien. 300 eskob a oa er c'honsil-ze. AN Xet EN LATRAN, EN ROM (1139), a gondaonas Per a Vruys, a lavare diskar an ilizou; chom hep badezi ar vugale arôk o seiz vla; chom hep adori ar groaz; n'eman en sakramant an Oter na korf na gwad Jezuz-Krist; eo didalvoud pedi evit ar re varo. 1000 eskob, pe dost, a oa er c'honsil-ze. AN XIet EN LATRAN, EN ROM (1179), a startaas an emgleo etre an Iliz hag ar Gouarnamant. 500 eskob a oa er c'honsil-ze. AN XIIet EN LATRAN, EN ROM (1215), a oe kôzeet ennan eus brezeliou ar Groaz hag a embannas an daou c'hourc'hemenn-man : Eur wech ar bla, da vihana, E kovesaï hep nac'h netra ; Ha da Grouer a resevi, Da Bask, devotan ma c'helli. 412 eskob a oa er c'honsil-ze. AN XIIIet EN LYON (1245), a ziskaras diwar e drôn Frederik, impalaer an Alamagn, eur prins fallakr ha kasaet gant an holl. 250 eskob a oa er c'honsil-ze. Au XIVet EN LYON (1274), . a unanas Iliz ar zav-heol ha hini ar c'huz-heol : an unvaniez-ze ne badas nemet eiz vla. 500 eskob a oa er c'honsil-ze. AR XVet EN VIENN (1311-1812), a dorras Urz ar Venec'h ru. 300 eskob a oa er c'honsil-ze. AR XVIet EN KONSTANS (1414-1418), a lakas fin d'an dizunvaniez a oa en Iliz Rom, nao bla ha tregont a oa. 211 eskob a oa er c'honsil-ze. An XVIIet EN FLORANS (1438-1443), a unanas, evit an eil gwech, Iliz ar zav-heol ba hini ar c'huz-heol : an unvaniez-ze ne badas tamm. 200 eskob a oa er c'honsil-ze. AN XVIIIet EN LATRAN, EN ROM (1512-1517), a oe grêt eneb eskibien Frans, dreist-oll, a lavare e oa trec'h galloud ar c'honsilou da c'halloud ar pab. 116 eskob a oa er c'honsil-ze. AN XIXet EN TRANT (1545-1563), a oe grêt eneb ar brotestanted, a zo en o zouez ken alïes a greden dishenvel hag a benn don. 200 eskob hag ouspen a oa er c'honsil-ze. AN XXet ER VATIKAN, EN ROM (1809-1870), a oe grêt eneb ar rasionalisted nac'h ar fe ha ne c'houlennont, evit henchan an den, nemet sklerijen ar rezon hepken. Er Vatikan eo e oe embannet neuze n'hell ket ar pab fazian pa lavar d'an dud, evel Doktor an holl gristenien, ar pez o deus da gredi ha da ober evit bezan salvet. 700 eskob hag ouspen a oa er c'honsil-ze. Seizvet devez a viz Ebrel Ar Verc'h eürus Juliana Leanez (1192-1258) Dîazezourez Goueliou ar Zakramant Klevet an oferen ha tostât ouz an dôl zantel, setu ar pez a c'houlenn, dreist-oll, Hon Zalver Jezuz-Krist digant ar gristenien, hag epad meur a gant vla, an Iliz ne gemeras doare-all ebet da enori Sakramant an Oter, meulet ra vezo. En trizekvet kantved, Doue, o welet e yenae kalonou an dud en e genver, a roas da anaout d'eul leanez eus hospital Mene-Kornilhon, e-tal Liej, an ezom a oa da zevel eur gouel en enor d'ar Zakramant. Juliana oa hano al leanez-ze; ganet er bla 1192, en em gave en penn manati Mene-Kornilhon, er bla 1230. A-viskoaz oa bet devot da Jezuz-Krist en Zakramant an Oter; adalek he c'houezek vla, bep gwech m'en em dôle da bedi, e krede gwelet al loar en he c'hann, gant eur c'hoch enni. Roët e oe da anaout d'ezi e verke al loar-ze an Iliz; ar c'hoch a oa enni a verke e vanke, etouez holl goueliou an Iliz, unan en enor d'ar Zakramant, ouspen hini ar Yaou-Gamblid a goll e liou etouez tristidigez ar zun zantel. Eskob Liej, an ôtrou Robert de Torote, goude bezan laket seiz den gouiziek, en o fenn Jakez Pantaleon, au hini a dlee bezan divezatoc'h ar pab Urban IV, da studian mennoz ha lavariou al leanez santel, ha bezan klevet o ali, a c'hourc'hemennas, er bla 1246, ma vije grêt en e eskopti Gouel Korf-Krist, d'ar yaou war-lerc'h sul an Dreinded. Ar c'hentan gouel en enor d'ar Zakramant a oe grêt eta en Liej, er bla war-lerc'h (1247). Meur a hini a gavas da lavaret war an neventi-ze; Juliana, kemeret gant eleiz evit eun hunvreerez, a oe ken gwall-gaset ma renkas kemer an tec'h. Mervel a reas, d'ar 5 a viz ebrel 1258, he daoulagad o paran war ar Zakramant, meulet ra vezo. Unan eus he mignonezed, eus Liej evelti, he hano Eva, eo a beurachuas he labour. Pa bignas Urban IV war Gador sant Per, e c'houlennas outan ober, dre an Iliz a-bez, gouel ar Zakramant. Ar pab a gemere e amzer. Eur mirakl c'hoarvezet en Bolsena a reas d'ezan mont war rôk. Eur beleg a oa eno hag en devoa poan o kredi e c'helle ar bara hag ar gwin trei en korf hag en gwad Jezuz-Krist. Eun devez, d'ar gourreou, ar gwad a redas eus an hosti wenn hag a ruzias al lienen. Urban IV, a oa neuze en Orvieto, a yeas gant e gardinaled, betek Bolsena, evit gwelet ar burzud. D'an 8 a viz gwengolo, al lizer Transiturus a c'hourc'hemennas ober Gouel Korf-Krist dre an Iliz a-bez. An doktor sant Thomas, karget gant ar pab, a lakas e holl galon hag e holl spered da zevel ofis hag oferen ar gouel-ze; mes kement a vrezeliou a oa neuze dre ar bed, ma ne oe ket heuilhet gourc'hemen Urban IV dustu na dre holl. Klemant V, er bla 1311, hen embannas en Vienn, evit an eil gwech, dirak rouaned Frans, Bro-Zôz hag Aragon. Ar pab Yan XXII a c'hourc'hemennas ma vije grêt ar gouel neve, gant eun eizved, ha ma vije douget ar Zakramant en prosesion (1318.) K E N T E L Hon ene 'n eus ezom eus eur vagadurez deut eus an nenv Kement a vev a c'houlenn magadurez evit chom beo. Endro d'imp e kavomp eleiz a dreo divue; treo ha ne finvont nemet pa vezont finvet; treo ha ne greskont nemet pa vezont berniet. Mes krouadurien beo a zo ive, hag an douar zoken, kouls lavaret, n'eo nemet eun dôl divent hag a zo berade eur bern krouadurien bodet o tibri endro d'ezi : «Debret hag evet, en em grenvaet hag en em laouennaet,» a lavar Doue d'eze, ha bemde e pipont o zamm hag e tapont o lomm, pep-hini o kerner ar pez a zo diouz e zoare. Ar blanten hag an aneval a azez ouz tol vras ar bed hag a gemer diwarni evit stumman, harpan, miret ha kreski o c'horfou, ar pez a zo diouz o doare : an dra-ze eo ar gommunion evite. An den, roue ar grouadurien, ne ra ket dishenvel diouz ar grouadurien veo a zo dindannan. Aneval, dre eun darn anezan, e stumrn, e harp, e vir hag e kresk e gorf, dre ar vagadurez a gemer en korf e vamm, er parkeier, en kig al loened danv ha goue a gav war e hent, hag a zo krouet abalamour d'ezan. Ha seul-vui e kommuni evel m'eo dleet, na re, na re nebeut, gant an treo boedek a zo endro d'ezan, ha seul yac'hoc'h ha seul krenvoc'h eo en e gorf, seul anevaloc'h, kouls lavaret ! Krouadur distag diouz an douar ha diouz ar maro, dre o ene speredek, an den a vag an darn-all-ze anezan o rei d'ezi treo gwir, treo kaer, treo mat, ha seul-vui e kemer an treo-ze, seul-vui e kommuni gante, ha seul lemmoc'h eo e spered, seul glanoc'h eo e galon, seul denoc'h eo ! Ma ne vije bet an den nemet eun den, ha netra ken, ne vije ket ezom magadurez-all ebet ouspen. Mes Doue, en eur groui ac'hanomp, en deus hon c 'hrouet gant kement a garante, m'en deus silet ennomp e natur, abalamour d'imp da c'hellout mont, goude ar vue-man, d'e welet en e sked, ha nan hepken en e skeud, tâl ouz tâl, evel m'eman. Doue, en eur groui ac'hanomp, en deus krouet ac'hanomp gant kement a garante, m'en deus grêt ac'hanomp n'eo ket tud hepken, mes doueed, bugale d'ezan : Biken n'hon dije gortozet kemend-all eus e beurz ; Biken n'hon dije goulennet kemend-all digantan ; Ha panevet en deus komzet, biken n'hon dije kredet kemend-all. Ha p'eman an treo evelse, petra c'hell magan an natur Doue a dle bezan ennomp ? - Al lez ar muian livriz hag ar mel an teneran ne vagfont biken nemet an natur aneval. - An treo gwiran, kaeran ha gwellan a c'hell diwan en hon ene, ne vagfont biken nemet hon natur speredek. - An natur Doue a zo ennomp. Doue e-unan a c'hell he magan; n'eus nemetan ! Eizvet devez a viz Ebrel An den eürus Loeiz-Mari Grignion a Vontfort Beleg (1673-1716) Loeiz-Mari Grignion a c’hanas en Montfort, eur gêrig vihan eus eskopti Sant-Malo, d’an 31 a viz genver 1673. E dud, daoust ma n’o devoa ket kalz a beadra, ’a c’hellas e gas da Roazon d’ar skol gant Tadou Kompagnunez Jezuz, hag ac’hane, o vezan m’en devoa c’hoant bras da vont da veleg, ec’h eas da gloerdi Sant-Sulpis, da Bariz, da genderc’hel e studi. D’ar 5 a vezeven 1700, e oe beleget. Tremen a reas abarde an de-ze ha darn eus an noz dirak ar zakramant, o c’hortoz, gant mall ha gant doujanz, an heur da lavaret e oferen gentan. Arôk bezan beleg, en devoa diskouezet, meur a wech, kaout c’hoant da vont da brezek ar fe d’ar broiou pell : « Petra reomp-ni aman, a lavare alïes d’e gamaraded, e keit m’eman an eneou o vont da goll, a vilierou, en Indez hag er Japon ? » Mes Doue e vire evit e vro, rak, siouaz, n’eo ket hepken er broiou pagan zo eneou o vont da goll, er broiou kristen zo ive. En em lakat a reas da rei misionou war bevennou Breiz, er Vande hag er Poatou, E gomzou, e oberou hag e zantelez a reas eur vad dreist-muzul. En kement lec’h ma tremene, e save skoliou gant mistri ha mestrezed vat enne. « Rak, emezan, dre ar skoliou mat o leunier an ilizou, ha dre ar re fall o goullonterer. » En kement lec’h ma roë eur mision, e lake sevel eur groaz evit derc’hel sonj ; en Pont-Chateau. war bent Gwened, e lakas sevel enr c’halvar gaot an dud diwar-dro, a labouras warnan epad pemzek miz, goude bezan pemp pe c’houec’h karit bemde. Gwelet e vije eus a zaouzek leo tro-war-dro. D’ar 14 a viz gwengolo 1710, e tleed o vinnigan ; enr mor a dud a dlee dont da ganan meuleudiou ar groaz ; mes enebourien an den santel o devoa c'hoariet dre zindan ; d’an drizek, d’abarde, e teuas difenn digant ôtrou ’n eskob an Naoned da vinnigan ar c’halvar neve ; nebeut goude, e teuas urz eus Paris, a-beurz ar roue, d’e freuzan. Montfort a c’houzanvas ar brezel-ze a galon vat : « An Otrou Doue zo bet falvezet gantan ma gwelet o lakat sevel ar c’halvar-ze ; berman e lez e ziskar ; ra vezo binniget e hano santel ! Ma vije grêt diouzin-me, e padje keit hag ar bed ! » Bet an evoa koulskoude ar misioner e vennad, rak ar c’halvar a oe adsavet er bla 1711, Diskaret gant an disparc’herien, er bla 1793, eo bet adsavet adarre, e kerz an naontekvet kantved, ha breman eo deut da vezan kaeran ha pinvidikan kalvar a zo war douar Breiz. Montfort a zavas " Kompagnunez Mari " a oa enni beleien a dlee rei o bue o kelenn ar beorien. Pevar-c’hant bennak a oa aneze er bla 1906. Sevel a reas ive Urz ar " C’hoarezed gris, " a oa 5.000 aneze er bla 1906, hag a dremen o bue oc’h ober skol d’ar beorien, pe oc’h ober war-dro ar re glanv en hospitaliou. Daoust ma ne glaske nemet ober vad dre mac’h ee, biskoaz den marteze, ne gavas war e hent kement a dud da enebi outan, evel ma kavas Montfort, Bezan ’n evoe da c’houzanv en pep lec’h ma tremene hag eus perz pep seurt tud ; netra n’hellas e lakat da vont droug ennan, na da gaout kas ouz ar re a glaske trabas outan ; netra n’hellas e lakat, kennebeut, da fallgaloni, rak harpan a rê e galon ouz Kalon Jezuz, ha nerz an eil a dremene en egile. A greiz rei eur mision en Sant-Laurans, e varvas, d’an 28 a viz ebrel 1716 ; n’en devoa ken nemet tri bla ha daou-ugent. K E N T E L Ar vagadurez a renk hon ene kaout eo Jezuz -Krist, en Sakramant meulet ra vezo en Oter Ar vagadurez a ro Doue, daoust hag e gomzou eo, a gavomp er Skritur, pe en harz kador-brezeg hon beleien ? Vad a reont, hep mar ebet, mes komzou Doue a zo evit hon ene ar pez m’eo an êr evit hon c’horf : elec’h hon magan, lakat ac’hanomp da gaout muioc’h mui a naon hag a zec’hed a reont, ha netra ken. Ar vagadurez a ro Doue d’imp n’eo ket e gomzou eo : heu e-unan eo. Hen e-unan eo a ’n em ra mamm, evel a lavar ken brao sant Augustin, evit magan e vugale. An doktor bras-ze, goude bezan skrivet geriou kentan Aviel sant Yan : « In principio erat Verbum. Er penn kentan e oa ar Ger. (da lavaret eo, Mab Doue), hag ar Ger a oa en Doue hag ar Ger a oa Doue », a gemer tro ac’hane da lavaret : « Ar Ger, Mab Doue, setu aze, emezan, magadurez an Ele er baradoz. Mes pelec’h eman an den hag a a zo gouest e galonda harz ouz eur vagadurez evelse ? He grenv eo diouzimp-ni, rak, pa vezo lavaret mat, ni etrezomp, tud, n’omp nemet bugale en kichen an Ele a zo er baradoz. « Red eo e vefe troet ar vagadurez-ze en Lêz, evit ma c’hellfemp ni he c’hemer. Ar vagadurez a dro en lêz o tremen dre ar c’hig. Ar vamm a ro da zibri d’he bugale ar bara he deve kemeret he-unan da gentan ; mes o vezan n’eo ket ar bara-ze diouz doare he bugel, e tebr anezan, e val anezan, e tro anezan en gwad hag en lêz. hag e ro anezan evelse d’ho c’hrouadur Ha setu penôs e teu Doue, en e furnez. d’en em rei d’imp, E Vab a zo en em c’hrêt en em guzet, goude-se, dindan ar bara hag ar gwin. Evelse eo en deus Jezuz-Krist ôzet bara an ele diouz doare an dud. Navet devez a viz Ebrel An den eürus Herman-Jozef Beleg (***-1230) Herman a oa ganet en Kologn, an eil hanter an daouzekvet kantved. E dud, pinvidik, amzer a oa bet, a oa kouezet en dienez. Herman a oa eur c'hrouadur dihun ; e blijadur oa bezan en iliz, dirak skeuden ar Werchez a zalc'he ar Mabig Jezuz war he barlen. A greiz e bedennou, en em lake da gomz, peb eil, ouz ar Vamm pe ouz ar Mab. Eur wech ma oa gantan eun aval, e kinnigas anezan ken koantik ha tra d'ar mabig bihan.Ar skeuden ven a deuas evel bue enni, hag ar Werc'hez, oc'h astenn he dorn, a zigemeras, gant eur mous c'hoarz tener, prof ar bugel dinam. A nebeudou, e savas en kalon Hermanik c'hoant da vont da veleg. Gwasan oa, e gerent n'o devoa ket a êz d'e skola ; a drugare Doue, e kavas dor-zigor en manati Steinfeld, hag en doare-ze e c'hellas ober e studi. Eur wech beleget, pa veze ouoz an ôter, e veze muioc'h henvel ouz eun êl eget ouz eun den. Hiniennoù a gave si ennan dre ma lake kalz amzer da oferennan. Tud a zo hag a ve en ofisou, muioc'h evit heuilh ar c'hiz eget evit heuilh o c'hreden ; a zo ken berr o devosion ma kavont bepred re hirr an amzer a dremenot en iliz. N'eo ket souez, pa ne vezont enni nemet evel an azen hag an ejen a oa en kraou Bethleem, ne deu vad ebet en o ene, na diouz an ôter, na diouz an dôl zantel, mammennou ar vue, koulskoude, evit ar re a oar dioute. Herman n'eo ket en doare-ze e ch'oarveze gantan ; dre dostât ouz Jezuz-Krist, e teue da vezan eun eil Krist, ha ken arru mat e oa gant ar Werc'hez Vari, ma n'en deveze diganti nemet ar pez a gare. E genvreudeur, o welet pegent a garante a oa etre Jezuz, Mari hag hen, a lehanvas anezan Jozef. Doue a zigasas d'ezan eleiz a glenvejou a c'houzanvas gant pasianted hag a grekas gened e ene. Eun devez, unan eus e vreudeur a lavaras d'ezan : "Evidoc'h c'houi, n'och mat da netra nemet da zibri !" Herman-Jozef, elec'h bezan anwazet gant ar ger-ze, azonjas n'en devoa lavaret nemet ar wirione. E zilhad, nemet e vijent dereat, a oa bepred mat awalc'h evitan. "Epad meur a vla, eme skrivagner evue, n'hon deus gwelet pez dilhad neve ebet gantan ; gwell oa gantan dilhad koz, abalamour, emezan, ma oant skanvoc'h." War a lavarer, an Itron-Varia a zeskas d'ezan ar "Subtuum", ar bedennig verr-ze en he enor, hag a zo breman anavezet gant an holl gristenien. Mervel a reas er bla 1230 K E N T E L Doue a tont da vagan an den a ra d'ezan 'n em drei ennan hag a vev ennan Jezuz-Krist a ra d'imp en em drei ennan hag a vev ennomp. An treo a zebromp a 'n em dro ennomp. Pa zebromp Doue, ni a 'n em dro en Doue. abalamour au treo a 'n em dro bepred, ar re disteran ane, 'barz ar re a zo an uhelan. Hon c'horf, abalamour m'eo eus uheloc'h danve evit ar pez a gemer, a dro en jig hag en gwad. Herve al lezen-ze, hon ene, abalamour m'eo an disteran, a 'n em dro en Doue, pas dostaomp ouz an dol zantel. Ne baouezomp ket da vezan ; chom a reomp er c'hrist, hag ar C'hrist a chom ennomp ; mes Hen eo a vev hag a ro bue. Sant Augustin, eur pec'her bras en penn a kentan e amzer, nebeut goude m'oa distroet ouz Doue, goude bezan bet pellaet dioutan epad blavezioù kaeran a vue, a gleve o tont eus an tabernakl ar c'homzou-man : "Cibus sum grandium, cresce et manducabis me : Me eo magadurez en eneou bras, kresk hag c'helli dibri ac'hanon, mes ne laki ket ac'hanon da drei ennout, evel magadurez da gorf, te eo a vezo troet ennon !" Traou zo, ha p'o c'hemeromp, a grog en hon c'horf. Pa gommunier, Jezuz-Krist a grog en hon ene, a laka hon bue da drei en e vue, a laka hon zonjou hag hon lavariou da vezan henvel ouz e re, hag a ra ar burzud a embanne an abostol Sant Pol, pa lavare : "Bevan a ran, a gredan. nan n'eo ket me eo a vev, Jezuz-Krist eo a vev ennon : Vivo, jam non ego, vivit vero in me Christus !" Dekvet devez a viz Ebrel An den eurüs Anton Neyrot Eus a Urz sant Dominik, merzer (***-1460) Anton Neyrot a deuas er bed en Rivoli, en eskopM Turin. Yaouank-flamm oa c'hoaz pa c'houlennas digemer en manati Sant-Mark, en Florans, renet ken mat, en amzer-ze, gant sant Antonin. Prest goude bezan grêt e dri le, e oe kaset d'ar Sisil hag e tigouezas gantan bezan tapet gant eun toullad laerou-vor a gasas anezan da Dunis. Ar paourkez den n'en devoe ket a nerz awalc'h da anzao e fe; dont a reas, zoken, da nac'h Jezuz-Krist evit heuilh relijion Mahomet. Pevar miz a oa e oa en e bec'hed, pa deuas Doue da gemer true outan ha da rei d'ezan eur c'hras nerzus awalc'h d'e dennan dioutan. Goude bezan gwennaet diou wech e ene en zakramant ar binijen, hag e vaget diou wech en zakramant an ôter, ec'h eas, gwisket gantan saë wenn e Urz, da gaout roue Tunis. Dirakan ha dirak eur bobl bras divent, Anton a ziskuilhas e fazi, a anzavas ne oa nemet ar relijion gristen da vezan gwir, hag a gomzas eus Jezuz-Krist en eun doare helavar meurbed. Ar roue a glaskas, dre gaer ha dre heg, ober d'ezan dizrei war ar pez en devoa lavaret. Mes ar merzer a zalc'he start. Kaset e oe d'ar prizon; epad tri devez e teuas tud, heb ehan, da glask e drec'hi; mes ai1 merzer eo a oe trec'h. Kristenien a gave an tu da gas aluzennou d'ezan; o rei a rê d'ar beorien, ha gant bara ha dour eo e vage e gorf a-benn e varo. D'ar bempvet devez, ar barner a lakas e dennan eus e brizon hag e zigasas dirakan; dre ne gave tu ebet d'e blegan, e roas urz da derri e izili outan a dôliou mein. Kaset e oe war dachen e verzerenti. Eno, soudard kalonek Jezuz-Krist a goue d'an daoulin, a zav e zaouarn etrezek an nenv, a bed, hag er stumm-ze e oe flastret e gorf, d'an 10 a viz meurz 1460. Ar Vuzulmaned a stlapas e relegou war eun tantad, mes ar flamm ne rejont nemet o lipat. Marc'hadourien eus Jen hag a oa neuze en Tunis o frenas hag o c'hasas gante d'o bro. Gloar ar miraklou a deuas c'hoaz da greski endro d'eze gloar ar verzerenti. Ar pab Klemant X a roas urz da lavaret ofis hag oferen an den eürus. E bardon a ve grêt en Rivoli, bep bla, d'an eil zul goude Pask, hag ar pez a gaer a zo da welet eno, eo gwelet epad ar prosesion, kerent ar zant, eur c'hant bennak aneze c'hoaz, o vale war-lerc'h e skeuden, gwisket en du, peb a c'holaouen gante en o dorn. K E N T E L Ar Beleg Ar beleg a zo savet uhel, ha, seul uhel eo sa vêt, seul brasoc'h pa goue e ve e lamm. Pa gouezas an Ele, e kouezjont evit biken, rak evite n'eus pardon ebet. Pa goue eur beleg, e c'hall en em zevel c'hoaz, pa gar, abalamour m'eo divent trugare an Otrou Doue en kenver an dud; mes abaoue lamm Santan, a gouezas evel an tan eus barr an nenv, n'eus lamm ebet hag e c'hellfed da lakat kenver-ouz-kenver gant hini ar beleg. Pa goue eur beleg, an drouz a ra e lamm a zo gouest da rei da gredi e koue an holl veleien, rak an dud fallakr, dal ma kavont an tu, e ve mail gante youc'hal : « Setu aze petra eo ar veleien ! » Petra lavarfec'h eus eun divroad hag, o tremen dre Zantez-Anna-Wened, en defe gwelet eno eun den dall, hag a yafe goude da lavaret d'e genvroïz n'eus nemet tud dall en Bro-Wened; ha. war digare m'eo-bet laeret en Landreger, a lavarfe goude n'eus nemet laerpn en Bro-Dreger ? Lavaret a rafec'h, ha ne vefe ket re abred, eo diskiant an den-ze o varn kemend-all a dud diouz daou zen hepken. Setu penôs, koulskoude, e varner ar veleien. alïes awalc'h. Ha p'eo gwir e rêr kement a drouz endro da fazi eur beleg, an dra-ze a ziskoue pegen bras santelez a glasker digant an dud konsakret da Zoue, hag a ro da anaout pegen gwenn eo saë an Iliz, pa dôler evez, ken buhan ha ma rêr, eus an disteran pik du a ve warni. Pa goue eur beleg, dever ar gristenien eo koach anezan ha pedi evitari. Beleien fall zo bet hag a vezo. Etouez an daouzek beleg beleget gant Jezuz-Krist, e oa unan. Mes n'eo ket o tispenn saë ar re zo dianket eo e lakfomp aneze war an hent mat, o koach aneze eo, kentoc'h. Sant Loeiz a lavare : « Ma welfen, Doue ra viro, eur beleg o koll e enor, e kemerfen ma mantel a roue d'e c'holo. ». Unnekvet devez a viz Ebrel Sant Leon ar Bras Pab ha Doktor (440-461) Ar pab Sixt III a varvas er bla 440. An Illiz a chomas eun devez ha daou-ugent hep pastor. Leon eo a oe hanvet, mes ne oa ket en Rom; et oa da Vro-C'hall da lakat an daou jeneral Aez hag Albinus d'en em glevet, evit ma vijent krenvoc'h da stourm ouz ar varbared. Eno eo en em gavas ar c'helou gantan. Dizrei a reas raktal d'e vro hag e genvroiz a reas d'ezan eun digemer dispar, d'an 29 a viz gwengolo 440. Adalek ma oe azezet war Gador sant Per, n'eo ket labour a vankas d'ezan. Bezan en devoe da stourm ouz heretiked, a glaske lazan gwriziou ar fe, hag ouz barbared a glaske dismantr kernent bro ma tôlent troad enni. I An heretiked, briz-kristenien, an dizurz en o spered pe en o c'halon, pe 'barz an eil hag egile, a oa ganet asambles gant an Iliz hag a heuilhas anezi a-dreuz ar c'hantvejou, oc'h enebi outi, beb an amzer, hep gallout, tôl ebet, he diskar. Herve Nestorius, en Jezuz-Krist e zo diou natur : natur Doue ha natur an den; ha daou bersonach, personach Doue ha personach ar C'hrist. Mari, Mamm ar C'hrist, n'eo ket eta Mamm da Zoue. En Jezuz-Krist, eme Eutyches, n'eus nemet eun natur hag eur personach; Jezuz-Krist a zo Doue ha netra ken. Nestorius a oe kondaonet en konsil Ephes (481). Sant Leon eo a gondaonas Eutyches, dre eul lizer diwar-benn Mab Doue en em c'hrêt den, a oa ken kaer ha ken irez, ma n'helled e lakat kenver ha kenver gant netra nemet gant an Aviel. Al lizer-ze a oe digemeret eus ar gwellan, gant ar c'houec'h kant eskob bodet en Kalsedoan (451), ha goude bezan klevet e lenn, e lavarjont : « Per en deus komzet dre c'henou Leon. » II Goude bezan deut a benn da drec'hi enebourien an diabarz, ar pab santel on devoe da stourm ouz enebourien an diavêz, ouz Attila hag ouz Jenserik. Attila, roue an Hunned, lezhanvet Gwalen Doue, a zailhas war an Itali, gant eur bagad diniver a varbared kri ha goue; kemeret en devoa kêr Akile ha beuzet en devoa anezi er gwad hag en tan; laeret en devoa Milan; kelc'hiet en devoa Pavi. An impalaer Valantinian III hag e lez, tec'het eus Ravenn, a oa 'n em serret en Rom. Impalaer, senatourien, pobl hag all a oa spontet holl ha ne welent nemet unan goest da vezan o zalver : sant Léon. Setu eta ma teuas d'e gaout eun nebeut eus pennou-kêr d'e bedi, en hano an holl, da vont da benn hent d'Attila ha da gomz evite. D'an II a vezeven 452, eun nebeut beleien en e rôk, daou senateur, Orienus ha Trigetius, unan a bep tu d'ezan, ar pab santel a guitaas Rom evit mont da dizarben ar varbared a gavas en kichen Mantou, war lez ar ster Mincio. Gwiskan a reas raktal e zilhad-iliz hag en em ziskouezas da Attila. Heman a zigemeras anezan gant doujanz hag a roas d'ezan e c'houlenn. Ar varbared a oa souezet o welet o roue o plegan evel m'en devoa grêt, mes hen a respontas en devoa souzet, nan abalamour d'an hini a gomze outan, mes abalamour d'an hini a oa drek e gein, e zorn krog en e gleze noaz, hag a c'hourc'hemenne d'ezan ober ar pez a c'houlenne outan kannad ar Romaned. Sant Per eo a oa evelse drek sant Leon, epad ma komze ouz Gwalen Doue. Goude an tol kaer-ze, Leon a oe lezhanvet ar Bras gant ar Romaned. Tri bla goude, Jenserik, roue ar Vandaled, grêt tro an Afrik, ar C'hors hag ar Sisil gantan, a dostae, d'e dro, da Rom gant eun arme vras. Ar strafuilh a zavas dre holl. Sant Leon en devoe kalon awalc'h adarre da vont da gaout ar roue barbar, ha, ma ne viras ket outan da laerez kêr, e viras outan, da vihanan, da lazan kêriz ha da zêvi o zier (455). Sant Leon en deus lezet tri lizer ha seiz-ugent hag eur brezegen ha kant. Bezan e oa, hep mar ebet, ar brudetan den eus e amzer. Mervel a reas d'an 10 a viz du 461. D'an 11 a viz ebrel war-lerc'h, e oe chanchet plas d'e gorf, hag abalamour da ze, e ve grêt e ouel da genver an de-ze. Lezhanvet eo bet doktor an Inkarnasion. K E N T E L Kement mad a deu war an douar a deu dre an Iliz « Tra souezus, eme Vontesquieu, ar relijion gristen, hag a lavarfed n'he deve ken karg nemet hon lakat da dizout eürusted ar bed-all, a ra d'imp tizout hini ar bed-man, war ar marc'had. » Ha re wir eo. Eienen ar binvidigez eo al labour. Hogen, piou en deus troet an dud war al labour, war labour ar spered ha war labour ar c'horf, ma n'eo ket an Iliz eo ? Arôk m'oa deut Jezuz-Krist war an douar, ne gared ket al labour. Aristot ha Platon, an daou gaeran doktor a vevas etouez ar baganed, a lavare ne zeree ket ouz an den labourât. Ar sklavour, evite, ne oa ket den, eur sklavour oa ha netra ken. Mes Jezuz-Krist a zo deut, ha daoust d'ezan da vezan mab da Zoue, dre e dad, ha mab-bihan da roue, dre e vamm, eo bet falvezet gantan tremen e vue en ti-labour Jozef ar c'halvez, e dad-mager, hag en doare-ze, en deus santelaet al labour. Diouz skouer o Mestr, ar gristenien a labouras, ha sant Pol a c'helle dija lavaret : « An neb ne labour ket ne dle ket dibri. » Ar boblou pagan ha barbar gonezet d'ar fe, an Iliz o zroas war al labour, kenkouls war labour ar spered evel war labour ar c'horf, hag eu eur lakat he bugale da gemer ar pleg-ze, eo he deus laket aneze da vezan ar re binvidikan a zo war an douar. Pa laker, en amzer-man, ar boblou kristen kenver-ouz-kenver gant ar boblou digristen, eo souezus gwelet pegeit a zo etreze : ar beorien, en Breiz-Izel, a zo bevet ha gwisket gwelloc'h evit rouaned broiou digristen a zo. Jezuz-Krist eo an hent, hent eürusted ar bed-man kouls ha hent eürusted ar bed-all. Laket en deus etre daouarn an Iliz an holl boblou : omnes gentes; an holl gwirioneziou : quœcumque mandant vobis ; an holl amzeriou : omnibus diebus ; an holl galloudou : omnis potestas. Sentomp eta outi ; pignomp en bag Per, hag ec'h omp sur da vont war rôk ha da vezan da gentan evit treo ar bed-all, ha da gentan evit treo ar bed-man, war ar marc'had. Daouzekvet devez a viz Ebrel SANTEZ IDA 1040 - 1113 Ida, evit ober diouz he zud, a zimezas, d'an oad a seitek via, da Eustach II, kont Boulogn. Gwad Charlemagn, an impalaer bras, a rede en he gwazied hag en re he fried. Bezan he devoe tri mab, a reas hec'h enor; an hini henan, Eustach III, kont Boulogn war-lerc'h e dad; an eil, Godefroy de Bouilhon, brudet e hano gant brezeliou ar Groaz, hag a varvas roue en Jeruzalem; an trede, Baudouin, a bignas war drôn Jeruzalem, da varo e vreur. Unan eus he merc'hed a zimezas da impalaer an Alamagn, Herri IV. Ida a vagas hec'h-unan kement krouadur a roas Doue d'ezi, evit ma c'hellje evelse silan enne, gant he lez, he c'hasoni evit an droug hag he c'harante evit ar vad. Kemer a rê poan d'o zevel en doujanz Doue ha d'o c'helenn herve ar renk a dleent derc'hel er bed. Hegarat oa en kenver an holl; ar beorien, en he lez, a 'n em gave evel er gêr, ha n'esperne nag hec'h amzer nag he madou evit o zennan eus an dienez. Ar glanvourien, an intanvezed hag an emzivaded a oa an tostan d'he c'halon. Plijadur a gemere oc'h ober gwiskamanchou-ôter ha dilhad-oferenna. Labourat a reas kalz gant he fried da lakat kempenn ilizou he bro. An hini he devoa kemeret evit kentelian anezi war hent ar zantelez oa sant Anselm, unan eus an dud furan eus e amzer. Etouez skridou ar zant-se, e kaver meur a lizer a gasas da Ida. Gwech he galve « ma c'hoar muian-karet » ; gwech, « ma merc'h muian-karet en Jezuz-Krist, » hag ouspen eur wech, e teuas da Voulogn d'he gwelet, evit lakat karante treo an nenv da greski muioc'h-mui en he c'halon. Dre he fedennou birvidik, e c'hallas he mab Godefroy bezan trec'h d'ar Vuzulmaned, ha diframman adre o daouarn be Hon Zalver Jezuz-Krist. Epad ma oa o pedi, en iliz an Itron-Varia a Drue, en Boulogn, Doue a roas d'ezi da anaout e oa neuze he mab o kemer Jeruzalem hag o vont ebarz gant ar groazourien. Mervel a reas d'an 13 a viz ebrel 1113. War he be e c'hoarvezas meur a virakl da destenian he santelez. K E N T E L Dudi an tiegeziou niverus Laket en hon liorzou, bep bla, halz a vleuniou, Ha da gutuilh aneze, kalz a vugaligou. Na pegen koant, eme an tad Monsabre, eo mousc'hoarz ar bugel ! Henvel eo ouz eur bann-heol, ha seul-vui a vousc'hoarzadennou a ve, ha seul-vui e splanna an oaled. Ra gresko ho niver, krouadurien dudius ! Leuniet an ti m'oc'h ganet ennan, gant ho youc'hadennou hag ho kanaouennou. Doue a gar ho kwelet hag ho klevet. Mager evned ar c'hoajou ha lili ar prad, fellout a ra d'ezan, dreist-oll, bezan Doue an tiegeziou niverus. Evite eo e vir e wellan bennoziou, ha rei a ra d'eze eur goantiri touellus a denn warneze karante, trugare, ha madelez ar c'halonou eün. Eno n'eman kel ar sioulder o nezan dilhad kanv, evel ma ra en tiegeziou goullo; eno n'eman ket ar gerent o koll o bugale, gant pep seurt moumounerez, evel ma c'hoarve pa ne ve nemet eur pennher; elec'h rannan ar garante, an niver ne ra nemet he c'hreski. Eno, pa ve diank unan, n'eo ket diank an holl, ha pa varv unan, e chom re-all; war-lerc'h ar vleunien a gutuilh Doue, e chom c'hoaz bleuniou lirzin a garer muioc'h a ze, evel evit en em zigoll diouz tôliou yud an Ankou. Eno eo red labourât, rei hag en em rei, ar pez a lak plegiou mat da zont er vugale, hag a dremen goude a rumm da rumm. Eno zo danve sent d'an Otrou Doue da leunian e varadoz; danve soudarded d'ar vro d'en em boblan; tud a galon da c'honid ar bed. Rouantelez an douar a zo d an tiegeziou niverus. Trizekvet devez a viz Ebrel SANTEZ LIDWINA Gwerc'hez Skouer ha patronez ar glanvourien (1380-1433) Lidwina a deuas war an douar en Schiedam, er Holland, da Zul-Bleuniou 1380. Ar c'hlenved a grogas enni abred hag he lakas da ouelan meur a wech, ha hi c'hoaz en he c'havel. Mes parean a reas hag e kreske en ment hag en furnez en ti he zad hag he mamm, daou baourkez den, kristenien vat, gwellan ' oa, hag a c'honeze o bara ouz c'houezen o zâl. Lidwinaïk a oa he flijadur mont d'an iliz da bedi. Pa chome re bell, he mamm he gourdrouze a-wechou. « N'eo ket mat d'ac'h gourdrouz ac'hanon, ma mamm, a lavare ar verc'h vihan, me zo bet o saludi ar Werc'hez a zo ken drant hag he deus mousc'hoarzet ouzin ken koant. » Adalek neuze, ar vamm ne c'hourdrouzas ken he merc'h. Lidwina, arru bras, a oa eur plac'h a zoare ha barrek diouz labour an ti. Eun devez goanv, (e oa neuze en he fempzek vla,) ec'h eas gant ar re yaouank-all eus he oad da ruzikat war ar skorn. Unan eus he mignonezed a 'n em gavas da stokan outi ha da deurel anezi war he fenn d'an traou. En he lamm, unan eus he c'hostou a oe torret. Ar c'hoari a baouezas raktal, hag he c'hamaradezed a zougas anezi d'ar gêr. Astennet e oe war he gwele. Netra n'hellas he farean. Grodefroy Souderdanch, unan eus gwellan medisined an Holland, a gave souezus he c'hlenved : « Ar c'hlenved-ze, emezan d'e vignoned, a zo dreist hon gouiziegez. Mestr an natur, o tigas anezan, en deus e zonj. Me garje e vije bet ar glanvourez-ze ma merc'h ! » Lidwina gez a oa gwasket en eun doare skrijus. Eur gouli savet tro-war-dro d'ar gosten dorret, a zigoras en diabarz hag a deue an treo brein anezan dre he genou. N'oa nag evit kousket nag evit dibri. Ar c'hrign-beo a redas dre he c'horf; he brec'h deou a oa hanter-distag diouz he skoa; he fenn a grene; ezel mat ebet ne oa enni. Bepred e veze gourvezet war he c'hein, hep flach en tu ebet, kouls lavaret. Eur burzud oa he gwelet o chom beo, hi o kaout kemend-all a boan. Daou vla ' oa e oa evelse, stag war he gwele, pa glevas eun devez he c'hamaradezed o tremen, seder ha laouen, en kichen he zi. O welet pegen reuzeudik e oa en kichen ar re-all eus he oad, e teuas an dour en he daoulagad. E keit-se, en em gavas he c'hovezour : « Sonjet alïes, emezan, en poaniou Hon Zalver, hag e teuio nerz-kalon d'ac'h da c'houzanv ho re. » Lidwina hen greas, hag ar pez a lavare ar beleg d'ezi a 'n em gavas. Er seizvet bla eus he c'hlenved, Jezuz-Krist a 'n em ziskouezas d'ezi skedus, en e zav, e-harz he gwele, hag e verkas gouliou e Basion en he zreid hag en he daouarn. Mes ar glanvourez, gant aon na deujed da anaout kement-se, a bedas an Otrou Doue da lemel ar gouliou-ze diwar hec'h izili. Ar gouliou a yeas kuit, mes ar boan a chomas. Dek vla ' oa e oa war he gwele. Epad an amzer-ze, e kollas he zad, a oa bet bepred mat mat eviti; he mamm a goueas klanv d'he zro hag he devoa aon o vervel : - Siouaz, re nebeut a dra am eus grêt evit plijout da Zoue, ha re am eus grêt en e eneb; ma merc'h paour, ped evidon ! - N'ho pezet aon ebet, ma mamm, emezi; an Otrou Doue n'hell ket chom hep karout eur galon bruzunet gant ar glac'har. Rei a ran d'ac'h kement am eus gonezet, betek hen, dre ma foaniou ha dre ma fedennou. Pinvidik gant gonidou he merc'h, mamm Lidwina a varvas laouen. Eviti, adalek neuze, en em lakas d'ober ar muian vad a c'hellas, evel pa n'he dije bet grêt vad ebet biskoaz. Rei a reas d'ar beorien kement a deue d'ezi, betek he golc'hed; ne zalc'has eviti nemet eun dornad plouz da c'holo plenken he gwele. Dre he fedennou ha dre he c'homzou, e lakas eleiz a dud da zizrei ouz Doue pe da dostât outan muioc'h-mui. Mat oa da bedi evit an aon ar purgator. Mervel a reas da oueliou Pask 1433, o ren he zried bla ha hanter-kant. Eiz vla ha tregont oa bet war he gwele. Sebeliet e oe he c'horf en iliz Sant-Yan-Vadezour, en Schiedam, ha miraklou zo c'hoarvezet war he be. K E N T E L Ar c'hlenvejou Niverus eo ar c'hlenvejou a anave ar vedesined; niverusoc'h c'hoaz ar re ne anavezont ket; pep-hini aneze a zo eur wenojen a gas d'ar maro. Ar c'hlenvejou n'int ket ken gwaz an eil hag egile; en peb klenved, avat, zo poan, kalz pe nebeut, hag inouamant. D'an disteran ma zo danjer, arabad dale da c'hervel ar medesin; pa ve galvet abred, e teu alïes a benn da ziarbenn ar c'hlenved, elec'h m'eo dic'halloud pa ve et re bell an droug. Eur wech ma ve bet, e renker heuilh e c'hourc'hemennou ha kemer e louzeier, fall pe vat, evel m'emaïnt. Ar c'hlenved a deu d'an daou-lamm ; Da vont kuit, e ve morzet ha kamm. Gant ar c'hlenved, pa bad, e teu an inouamant; evit he fellât, ar c'hlanvour a dle lakat urz en e zeveziou, lavaret e bedennou mintin ha noz, lavaret eur chapeled da nav heur, eun all da greiste, eun all da der heur, hag ober pe lakat ober d'ezan eur pennadig lenn etre pep-hini; kinnig, beb an amzer, e boaniou da Zoue, a galon vat, ha goulenn dreze e bardon ha hini eneou ar purgator. Arabad eo d'ezan bezan re jalet o klask gouzout petra c'hoarvezo gantan; n'en deus nemet en em lezel da gouezan etre daouarn Doue, mestr ar vue hag ar maro, ha soublan e benn dirak e volonte santel. Bepred eo mat bezan prest, mes dreist-oll, pa vezer klanv. Abalamour da ze, ar c'hlanvour, anezan e-unan, mar gall, a dle ive lakat gervel ar beleg; yec'hed an ene ha yec'hed ar c'horf a 'n em heuilh, hag a-wechou, absolven ha nouen ar beleg o deus roët ar pare da dud klanv, ne wellaent tamm war-lerc'h louzeier ar vedesined. An den klanv, mar 'n eus eur pried, pe bugale, pe an eil hag egile, arabad d'ezan bezan re enkrezet o klask gouzout petra en em gavo gante war e lec'h; rak kalon Doue zo nesoc'h d'eze evit hini-all ebet. An den klanv, mar 'n eus ket a vugale, a dle ober e destamant; an dra-ze a zo grêt buhan hag a vir ouz an drouz war-lerc'h ar maro. Pevarzekvet devez a viz Ebrel SANT JUSTIN Merzer Justin, mab da Briskus, a deuas er bed en Naplouz, er Samari, kant vla bennak goude donedigez Hon Zalver. Troet oa kalz gant ar studi, hag e yaouankiz pen-da-ben a dremenas o heuilh ar skoliou brudetan eus e amzer. Koulskoude, daoust pegen bras doktored a oa ar vistri a zaremprede, e kave tenval ar gelennadurez a roent war an Otrou Doue. Eun devez ma oa e-unan war an teven, o vont hag o tont hed-a-hed an ôd, en em gavas gant eur c'hristen, eun den kaer da welet hag hen koz bras. Heman a roas d'ezan da anaout n'en devoa nemet pedi ha lenn ar Skritur-Zantel d'ober, ma felle d'ezan tizout ar wirione. Justin a reas evel m'oa bet kemennet d'ezan; o welet pegen brao oa deut da wir kement a oa bet embannet diwar-benn Jezuz-Krist, mill bell arôk e c'hinivelez, hag o welet pegement a nerz a oa en kalon ar gristenien a roë o bue evit anzav oa Jezuz-Krist Doue, ec'h anavezas ne oa ken relijion nemet hini ar gristenien. Goude e vadeziant, war-dro ar bla 137, e talc'has da zougen e vantel a zoktor ha da vale eus an eil bro d'eben, ken evit deski dre mac'h ee, ken evit embann e fe endro d'ezan. Diou wech ec'h eas da Rom. Eno e tigoras eur skol; eleiz a ziskibien en devoa enni, ha rei a reas d'eze kenteliou uhel ha gouiziek. Hogen, d'ar mare ze, ar gristenien n'hellent ket nemeur bevan dienkrez. Eul lizer a oa bet kaset, er bla 112, gant an impalaer Trajan, da Bliri, gouarner ar Bithyni, hag a lavare : « Arabad ober enklask da c'houzout ha bezan zo kristenien dre ar vro. Kondaoni 'renker, avat, ar re a zo tamallet da vezan kristen hag a anzav o fe, evel ma renker lezel da vale ar re n'int ket bet biskoaz pe ne dint mui, hag a ya d'adori an doueou. Arabad, koulskoude, klask trabas ouz an dud tamallet, pa n'anavezer ket piou ve bet ouz o zamall. » Grêt e pe diouz ma lavare al lizer. Justin a skrivas neuze d'an impalaer Antonin eul lizer-all kalonek evit difenn ar gristenien. « 1° Ar gristenien, emezan, n'int na tud dizoue, na tud a vue fall, na tud a drouz; ar gristenien n'eus torfed ebet da damall d'eze; ha ma o c'hastizer, hen grêr abalamour d'o hano ha netra ken, hag an dra-ze a zo eun dislealded hep he far. » 2° An dud-all a zo libr da heuilh ar relijion a garont, pe da chom hep heuilh hini, ma kavont gwell. Perak ar gristenien hepken a vefe harzet d'ober herve o c'hreden ? » 3° Relijion Jezuz-Krist a deu digant Doue; anat eo an dra-ze dre furnez he gourc'hemennou ha dre ar vad a rad'an den. -- Relijion ar baganed, er c'hontrol, a zo savet gant an drouk-spered; anat eo dre ma ra d'an den en em goll en denvalijen, en em stlejan en hudurnez ha kouezan izeloc'h evit al loened. » Ar wirione zo gant relijion Jezuz-Krist; red eo eta paouez da wall-gas ar gristenien. » An impalaer ne reas stad ebet eus al lizer-ze; ha pemp bla goude e kavomp, en unan eus skridou sant Justin, ar c'homzou-man : « Ar Judevien hag ar baganed, emezan, a wall-gas ac'hanomp a bep tu; laerez a reont hon madou ha ne lezont ganimp hon bue nemet pa n'hellont ket he lemel. Mes seul-vui a boaniou a c'houzanvomp, seul-vui e kresk an niver ac'hanomp. » Er bla 160, Justin a skrivas adarre da zifenn ar gristenien; er wech-man, e kasas al lizer da Senat Rom; ar ger skedus-man a gavomp ennan : « Ar verzerenti eo unan eus an testeniou splannan eo ar relijion gristen ar gwir relijion. Sokrat, unan eus ar sperejou kaeran eus an amzer goz, ne gavas ket eun diskib da vervel evitan. Jezuz en deus kavet eur bern testou : labourerien ha tud a renk izel, doktored ha tud a renk uhel a anzav e gelennadurez betek ar maro; ar pez a ziskouez eman Doue a-du gante, rak aneze o-unan ne c'houzanvfent ket ar pez a c'houzanvont. » Justin ne oe ket gourdrouzet muioc'h goude al lizer-ze evit ne oe goude ar c'hentan. Dre eno, e weler e c'helled, epad an eil kantved, skrivan ha prezek ar relijion, zoken en Rom, hep droug ebet, keit ma ne vezed ket tamallet gant unan bennak. Er bla 163, Krescent, eun doktor hag a oa bet dispennet ken brao ha tra e lavariou treuz d'ezan gant sant Justin, e ziskuilhas. Hepdale e oe stlejet, gant c'houec'h kristen-all, dirak lez-varn Rustikus, prefed Rom. - Rak-se 'ta, eme heman, c'houi zo kristen ? - Ya, eme Justin, a drugare Doue, kristen on. Ar prefed a reas e skourjezan hag e zibennan. Kerkent ha ma oe diskennet war e dâl kurunen gaer ar verzerenti, kristenien a deuas en kuz da zamman e gorf ha d'hen sebelian gant enor. Ar pab Leon XIII a c'hourc'hemennas ma vije lavaret e ofis hag e oferen dre an Iliz a-bez. K E N T E L Den a spered, den a galon Sant Justin a oa eun den a spered, eun den a emgleo, eun den muioc'h troet da skoulman ar peuc'h evit da hadan ar brezel. Klask a reas lakat an Iliz hag ar Gouarnamant d'en ern unani. Ma vije bet grêt dioutan, an Iliz ha Gouarnamant Rom a vije bet et dorn ha dora, daou-c'hant vla bennak arôk Konstantin. Sant Justin a oa eun den a galon; ne oa nag eskob na beleg; ha koulskoude e tifennas an Iliz dirak pennou-bras an douar, evel ne reas nikun en e rôk. Dre eno e ro d'imp da anaout eo eun dever evit pep-hini ac'hanomp difenn gwiriou an Iliz, herve e c'halloud. Rak arabad fazian; an Iliz n'eo ket tra heman pe tra hen-hont; an Iliz eo tra an holl, ha presiusan tra, zoken, a zo war an douar. Pa glasker he diskar, he bugale, holl gwitibunan, a dle he harpan gant kement o deus a zanve en o zi, a spered en o fenn, a wad en o c'halon. Pempzekvet devez a viz Ebrel Sant Per Gonzalez Eus a Urz sant Dominik, patron an dud a vor 1190-1246 Per a c'hanas en Astorga, er bla 1190 goude donedigez Hon Zalver. Eskob Palencia, eur eontr d'ezan, e gerneras en e di, evit e lakat d'ober e studi hag hen hanvas abred chaloni eus e iliz-veur. An den yaouank a oa skanv-benn ha lorc'hus. Karet a rê an enor hag ar renk. Eur bla, de ouel Nedeleg, e oa pignet war eur marc'h harnezet kaer pa c'hoarvezas gantan kaout eul larnm a strinkas anezan er pri, war leur-gêr Palencia. Eleiz a dud a oa war al lec'h hag a c'hoarze o welet ar gailharen a oa outan. Ar c'houad vez a dapas eno a reas vad d'ezan hag e lavaras : « P'eo gwir, emezan, e teu ar bed, n'am eus servijet betek breman nemet re, siouaz d'in, d'ober gwap ac'hanon, red eo d'in ive, d'am zro, ober gwap anezan o serviji eur mestr-all gwelloc'h evitan. » Derc'hel a reas d'e c'her. Nebeut goude, e wiske saë bugale sant Dominik hag e teuas da vezan eur manac'h izel a galon hag hegarat evit an holl. Eur wech beleg, e vrasan preder oa silvidigez an eneou; ar studi, an diskuiz, an dibri hag an evan a dremene war-lerc'h. Ar vrud eus e zantelez ne zaleas ket d'en em vrudan buhan dre ar Spagn a-bez, ha Ferdinand III a c'hoantaas e welet en e gichen, evit kaout digantan skoazel e aliou hag e bedennou, epad ar brezel a rê d'ar Vorianed, a oa deut da vezan mistri war al loden vrasan eus ar Spagn. Per a reas eur vad vras en lez ar roue. Tudjentil skanv-benn a glaskas ober d'ezan bezan henvel oute hag a gasas eun devez eur vaouez fall d'e douelli. An den santel, evit diskouez d'ezi brasder he fec'hed, a 'n em dôlas diraki war ar glaou beo. Ar wreg, estlammet o welet kement-se, a gouezas d'an daoulin hag a c'houlennas pardon ouz Doue hag ouz ar zant. Heman n'en devoa ket bet au disteran droug e zilhad, zoken, ne oant ket bet dévêt; miret oa bet d'ezan e gorf hag e galon diouz pep droug. Per a heuilhas Ferdinand en e holl vrezeliou. Pa oe kemeret Kordou (1236), e viras ouz ar Spagnoled da skuilh, heb ezom, gwad o enebourien; tier-pedi ar Vorianed aoe grêt ilizou aneze. Prest goude, e kuitaas al lez hag en em lakas da brezek d'an dud diwar ar mêz, en eskopti Tuy hag en hini Kompostel. E vrasan plijadur oa komz d'an dud a vor : mont a rê d'o c'hlask er porziou ha betek, zoken, war al listri. Eun devez ma prezege war ar Minho, e welas eleiz a dud a glaske treuzi ar ster-ze, dre eur roudousven hag a oa eun danjer mont drezi. Ar zant a c'hoantaas sevel eno eur pont. Labour hirr ha koustus a oa da gât gantan, mes an den santel a astennas kement an dorn a-gle hag a-zeou ma teuas brao a benn eus e dôl. Eun devez-all, e prezege en Bayonn hag eleiz a dud a oa ouz e selaou; a greiz ma komze, eur barr arne a zavas hag an holl a oa prest da redek da glask an disc'hlao : « Chomet, ma mignoned, a lavaras ar zant. Doue a zispenno dirakoc'h ar c'houmoul-ze, hep ma vefet glebiet an disteran.» Hag e reas sin ar groaz war ar wabren. Ne gouezas ket eur berad dour war ar bobl a oa a bep tu d'ezan. Goude bezan hadet komzou Doue endro d'ezan, epad dek vla, hep distag, e koueas klanv en Tuy hag e varvas eno, da zul ar C'hasimodo (1246). Eskob Tuy a reas e sebelian en e iliz-veur. Kalz a bareansou a c'hoarvezas war e ve. Daouzek vla hepken goude e varo, nao-ugent den, darn lor, darn-all perc'hennet gant an diaoul, darn-ali dall, bouzar ha mut, deut da bedi ar zant en iliz m'oa beziet, o doa kavet ar pare eus o c'hlenvejou. K E N T E L Al lorc'h hag an dud yaouank An dud yaouank eo esperans an amzer da zont; d'eze eo ober an amzer-ze gwelloc'h evit an amzer vreman; evit ze, o deus ezom da vezan kalet a benn, lemm a spered, hag evel Jezuz-Krist, mat hag izel a galon : Mitis et humilis corde. Ra vezint izel a galon, dreisl-oll. An dud yaouank lorc'hus a zo stank, ha n'eus netra ken divalo da welet. N'o deus netra, pa vezo lavarel mat, nag en o c'horf, nag en o ene, ha n'o defe ket bet digant Doue. Anez e skoazel pemdeziek, n'hellfent ober netra, nemet droug. Pa c'hoantaont eta en em zevel, war digare m'o deus an dra-man-dra, pe grêt an tôl-man-tôl, e c'hoantaont en em zevel gant danve ha n'eo ket d'eze : laer int ha gaouiad. Laer int, rak ar c'hloar war an douar-man a zo holl da Zoue ha da Zoue hepken : Soli Deo, omnis honor et gloria, ha n'eo ket jalet d'hen rei d'eun all. Gaouiad int, rak anzao reont kaout treo, ha n'o deus netra, ha bezan barrek, ha n'int ket. Doue, ha n'hell gouzanv nemet ar wirione dirak e zaoulagad eu deus kaz ouz an dud yaouank lorc'hus. Kasaet int ive gant o nesan. Eun den hag a zo bepred o 'n em veuli, ha ne gav mat nemet ar pez a ra, pe ar pez a zo d'ezan, a deuer buhan da skuizan gantan ha ne zale ket da chom e-unan. Eun den yaouank hag a 'n em veul a zo o 'n em goll; eun den yaouank hag a ziskouez ec'h anave e dalvoudegez, e chomo e zantelez ouz an drez. Tud yaouank, ma ho peus c'hoant da vezan mat ha d'ober vad, bezet humbl; ma klasket en em zevel, Doue a bellao diouzoc'h; ma klasket en em izelât. Doue a ziskenno davedoc'h. An dour ne bign ket war ar meneziou; diskenn a ra, avat, d'an draouien; gras Doue ne zav ket war an eneou orgouilhus; redek a ra, avat, war an eneou humbl. An humilite eo hent bras ar c'hloar. C'houezekvet devez a viz Ebrel Sant Beneat-Jozef Labre 1748-1783 Yan-Vadezour Labre hag e bried, Anna-Barba Gransir, a oa o chom en kreiz an driouec'hvet kantved, en kêrig Amettes, en eskopti Boulogn. Doue a roas d'eze pempzek krouadur, ha Beneat-Jozef oa ar mab henan. A vihanik, e oa karantezus en kenver an Otrou Doue ha sentus ouz e gerent. Da zaouzek vla, ec'h eas da chom da di eur eontr d'ezan, an ôtrou Labre, person Erin. Heman en em lakas da zeski d'ezan al latin evit mont da veleg. Da driouec'h vla, an derzien dom a gasas eleiz a dud d'ar be en Erin. E eontr a oe skoet unan eus ar re gentan. Dizrei a renkas da di e dud. Er blavez war-lerc'h, gant ôtre e gerent, ec'h eas da skei war dor Tadou Chartreuzed Sant-Omer. Re yaouank e oe kavet. Skei a ra war dor manati Neuville : digor ebet evitan; ne oa ket desket awalc'h. Skei a ra war dor manati Trappisted Mortagn : digor ebet evitan; n'hen c'haved na krenv awalc'h nag oajet awalc'h. Skei a ra, eun eil hag eun trede gwech, war dor manati Neuville ha goude-ze war dor manati Sept-Fonts, en eskopti Autun : digor ebet bepred. Adalek an de-ze, Beneat en deus kavet e zoare-bevan; bezan ' vezo eur manac'h-baleer. Mont a rei war e droad dre an henchou dizro; pa gavo lec'hiou santelaet gant devosion ar gristenien, e reio eun diskuiz eno; dilhad paour ha roget a vezo war e gein; eur chapeled en e zorn, eun all endro d'e c'houg, eur c'hrusifi war e saë, ha, war e skoa, eun tammik sac'h gant e holl beadra, da lavaret eo, an Testamant neve, Imitasion Jezuz-Krist, eul levr devot bennak hag e vrevier, a lavaro bemde. Na glao, na yenien, nag erc'h, na tommder, netra ne viro outan da vont endro. Peurlïesan e kousko er-mêz; ne dostao, nemet nebeutan ma c'hello, ouz an hostaliriou, gant aon da glevet leou-douet ha soniou divalo; ne vevo nemet eus ar pez a vezo roët d'ezan; ne c'houlenno netra, ha ne viro netra a-benn an devez war-lerc'h. Pa vo grêt gwap anezan, e c'houzanvo ar waperez-ze, hep en em glemm. Treuzi a ra an Itali; pedi a ra en iliz Itron-Varia Loretta, en Asis, e-harz be sant Fransez. D'an 3 a viz kerdu 1770, en em gav en Rom. E welet a rêr en ilizou; pedi ra hep paouez; evit lojeiz, en deus kavet eun toull en moger ar C'holize. Er bla war-lerc'h, e tizro da Loretta; eur poz a ra en mene Gargan evit pedi an ôtrou sant Mikêl, eun all en Bari, evit pedi an ôtrou sant Nikolas, eun all en Kasin, evit pedi an ôtrou sant Beneat, eun all en Napl, evit pedi an ôtrou sant Janvier. Gwelet a ra, evit an drede gwech, Loretta, Asis ha mene Alvern, hag ec'h a da Gompostel, da bedi sant Jakez, ha da Baray-Le-Monial, da bedi ar Galon-Zakr; ac'hane e tizro da Rom (1774). Eur bedervet gwech ec'h a da Loretta, hag ac'hane ec'h a da bardonan da ilizou brudetan al Lorên hag ar Suis. D'ar 7 a viz gwengolo 1775, e oa adarre en Rom. Er blavez war-lerc'h, e reas e bempvet tro en Loretta. Daoust ma klaske bevan pell diouz an dud, an dud a oa deut d'e anaout ha d'e garet : « Beneat, emeze, n'eo ket eun den eo, mes eun êl. » E gomzou a oa eun dudi o c'hlevet. « Evit karet Doue, evel m'eo dleet, emezan, eo red kaout ter galon en unan. Eur galon dan evit karet Doue, komz anezan dalc'h-mat, sonjal ennan bepred, ober pep tra dre garante evitan, gouzanv pep tra abalamour d'ezan. Eur galon gig, evit karet an nesan, ober vad d'ezan, en e ezommou spered, dre ar gelennadurez, dre an ali, dre ar skouer, dre ar beden; eur galon hag a vo teneraet dre ar gwel eus ar bec'herien hag eus an enebourien, hag a c'houlenno ouz Doue o sklerât hag o digas war hent ar binijen. True a dil kaout ive evit eneou ar purgator, ma teuio Jezuz ha Mari da zigeri d'eze dor ar baradoz. « An trede a dle bezan eur galon dir, evit en em garet an nen e-unan, evit kasât pep follente, evit trec'hi e volonte, evit kastizan ar c'horf dre ar yun, hag evit plegan ar c'hig; seul-vui e kasafet ho korf ha seul kaeroc'h e vezo ho kurunen er bed-all. » Mervel a reas da verc'her ar zun zantel, 15 a viz ebrel 1783, oajet a bemp bla ha tregont hag eun devez warn-ugent. Leon XIII hen lakas war roll ar zent, er bla 1881. SANT PATERN Diazezour Eskopti Gwened Ober a rêr hirie ive gouel sant Patern, a oe konsakret kentan eskob Gwened, war-dro ar bla 465, gant Perpetuus, eskob Tour, dirak Athenius, eskob Roazon ha Nunechius, eskob Naoned. Karadek, roue Gwenediz, lezhanvet Brec’h-vras a roas d’ezan e di hag a reas sevel en e blas eun iliz, en enor d’an ôtrou sant Per, prins an Ebestel. War a lavarer, ar roue Klovis a roas d’an eskob neve relegou dispar evit a iliz-veur. Kement-se a ziskoue e tlee bezan, da vihanan, emgleo etreze. K E N T E L Eürus ar re a zo paour a spered ! En amzer-man, muioc'h eget biskoaz, an dud a zo troet gant an arc'hant. Eleiz, diouz o gwelet, n'o deus ken d'ober war an douar nemet gwellât ar ouen loened a zo en o c'hreier, pe kreski ar bern arc'hant a glozont en o yalc'h. Evez braz o deus da zastum danve en eur vro n'emaint ket evit chom enni; n'o deus preder ebet da zastum danve er vro ma tleont mont enni da chom da virviken, goude ar vue-man. N'eo ket evelse e reas ar zent. Klevet o deus ger Hon Zalver : « Beati pauperes spiritu, quoniam istorum est regnum cœlorum : Eürus eo ar re a zo paour a spered, rak rouantelez an nenv a zo d'eze ! » hag oc'h ober diouz ze, eo o deus kavet hent ar gwir eüirusted, kenkouls hini ar bed-man ha hini ar bed-all. N'eo ket red. evit bezan sant, bezan paour , evel ar re a weler o vont, a zor da zor, da c'houlenn an aluzen. Nan; sant Beneat Labre, n'eo ket abalamour ma klaske e vara eo en deus tizet ar gurunen gaer a lintr breman war e dâl. Ha zoken, an Iliz a boagn gwellan m'hall, da viret ma vezo tud, dre vicher, oc'h ober an dro da glask o bara. Paourente an dud-ze, hen gouzout a ra mat, a zo peurliesan merc'h d'an dislealded ha mamm d'ar gasoni; n'eo ket eus ar baourente-ze e komze Jezuz-Krist, pa lavare : « Eürus ar re baour ! » Ne lavare ket, kennebeut : « Eürus ar ro zo paour o spered, » rak ar spered eo a ra an den, ha seul-vui bras e ve, seul-vui den e vezer. Lavaret a rê : « Eürus ar re a zo paour a spered ! » da c'houzout eo, ar re n'eo ket krignet o spered o klask gouzout penôs kaout, miret ha kreski o danve ! Ar paouran den ne ve ket dalc'h-mat paour a spered; ar pinvidikan den a c'hell bezan distag diouz an danve. « N'eo ket memes tra, eme sant Fransez a Zal, kaout ampoezon ha bezan ampoezonet; an apotikerien a werz ampoezon ha ne vezont ket ampoezonet evit kelo ze, abalamour n'eman ket an ampoezon-ze en o c'horf, mes en o stal; evelse e c'heller kaout danve hep bezan ampoezonet gante, ma laker aneze er yalc'h ha nan er galon. » Seitekvet devez a viz Ebrel Pasion Hon Otrou ARVEST KENTAN Jezuz dirak e Dad en liorz Jetsemani D'ar Yaou-Gamblid, goude koan, Hon Zalver Jezuz-Krist a bignas en liorz. Jetsemani da dremen an noz. Eno, epad ma vorede e ziskibien, e pedas e Dad gwalc'h e galon. Ter gwech e c'houlennas ma vije pellaet dioutan kalur e boaniou. Ha koulskoude, nebeut arôk, e lavare en devoa mall da welet ar pred-ze o tont. Gervel a rê ar maro « e heur, » ha mall en devoa d'he c'hlevet o son; gervel a rê ar maro « e vadeziant, » ha mall en devoa da gaout anezi; gervel a rê ar maro « e galur, » ha mall en devoa da evan anezan. Ha breman, p'eman an heur-ze o vont da zon, p'eman ar c'halur-ze warnez bezan kinniget d'ezan, p'eman ar vadeziant-se o vont da vezan roët d'ezan, e karfe gwelet e Dad ouz o fellât dioutan ? Daoust hag ar c'hoant-se da vervel, evit salvi an dud ha digoll e Dad, a vefe o vont da dremen d'ean breman ? Nan. E zonj a zo bepred digoll Doue e Dad eus an dismeganz grêt d'ezan dre ar pec'hed. E c'hoant eo digeri d'an den doriou ar baradoz, prennet dre ar pec'hed; unani an nenv hag an douar ha lakat adarre da ren etreze an urz vat hag ar peuc'h. Mes evit e youl da vezan bras, e c'hoant da vezan start, e zonj da vezan don, n'hell ket miret ouz e galon da grenan rak ar boan, nag ouz e spered da spontan rak ar maro, rak gwir den eo, hag an den, dre natur, en deus aon rak ar boan ha spont rak ar maro, o vezan n'eo ket bet krouet nag evit an eil nag evit egile eus an daou dra-ze. Jezuz-Krist en Jetsemani a zo poaniet, n'eo ket souez ! Gwelet a ra, (rak Doue eo, ha netra, nag en amzer da zont, nag en amzer dremenet, ne zo kuzet d'e zaoulagad); gwelet a ra splann Judas, ar beleg fall, ouz e werzan, Per ouz e nac'h, e enebourien ouz e skei, e varnerien ouz e wapât, e vourrevien ouz e stagan war ar groaz. Gwelet a ra poaniou e dud, poaniou ar gristenien, poaniou an Iliz, hag ar gwel-ze e c'hlac'har muioc'h evit ar gwel eus e boaniou e-unan. Hag e wel kement-se ha pep tra, hag e tiskoue kaout poan ouz hen gwelet, ha dre ze e welomp-ni gwelloc'h eo eun den eveldomp, kizidikouz ar boan eveldomp, hag aonik rak ar maro eveldomp. Ma en dije gouzanvet e boaniou bras hag e varo skrijus heb an disteran klemmaden, ne vijemp ket bet gouest d'e heul pen-da-ben. Mes dre m'en deus poan ha ma tiskoue kaout, e c'hellomp deski gantan an doare d'en em gemer evit gouzanv ervat hon foaniou. Ne glaskfomp ket diskouez bezan kaletoc'h ouz ar boan evit nan omp, mes en heur ma savfomp etrezek an nenv hon daoulagad beuzet gant an daerou, e virfomp en hon c'halon, evel Jezuz, ar c'hoant d'ober, dreist pep tra, bolonte santel an Otrou Doue. Evelse eo e tleer gouzanv, hag ar boan gouzanvet evelse eo a ra ar gristenien. « Ma Zad, mar deo posubl, pellaet ar c'halur-ze diouzin; koulskoude, ra vezo grêt ho polonte ha nan ma hini ! » Jezuz-Krist en Jetsemani a zo poaniet : gwelet a ra kalur e boaniou. Mes ma ne welfe nemetan, ne vefe ket ken glac'haret ha mac'h eo; gwelet a ra, ouspen, kalur hon fallagrieziou. Ar pez a ra d'ezan bezan ken glac'haret, n'eo ket ar gwel eus e varo o tostât, mes eus fallagrieziou an dud berniet warnan. Diskennet eo eus an nenv evit kemer plas ar bec'herien ha kinnig en e hano, da Zoue e Dad, an digoll a oa red rei evit dont a benn d'o unani gantan. Ha dre ze, breman, Hen, an hini ne anaveze ket ar pec'hed ha n'helle ket e anaout, en doare ebet, a zo deut da vezan, evel pa lavarfed, « ar pec'hed beo ». Hen, an hini a oa an den dinam, santel, dibec'h, mar zo bet unan, a wel stok outan holl fallagrieziou ar bed ! Gwir eo, dindan loustoni ar pec'hed, e ene, evel eur vleunien gaer, n'eo ket saotret, na goenvet en doare ebet, mes krenan ra o steki outan. Hen, ar zantelez en em c'hrêt den, o welet an droug grêt hag an hini da zont, o c'houzout, kouls ha ma ra, brasder ar pec'hed, o welet an dismeganz, an dizanaoudegez hag an dizentidigez a zo ennan, en deus enkrez ha spont. Hen, Mab rnuian-karet an Tad, abalamour m'en deus kemeret plas ar bec'herien, a gas e beden etrezek an nenv, hag ar beden-ze a gav dor zerret. N'eo ket souezus, goude-ze, klevet Jezuz o lavaret d'e Dad : « Oh ! mar deo posubl, pellaet diouzin ar c'halur-ze, ha sellet ouzin gant teneredigez. Koulskoude, ra vezo grêt herve ho polonte ! » Eun trede abeg da boaniou Jezuz-Krist da vezan ken gwaz ha mac'h int, eo gwelet n'hello ket ober da vat ar pez en deus c'hoant. Unan eus poaniou brasan an den eo kaout c'hoant d'ober eun dra, hep kaout ar c'halloud d'hen ober. Hon Zalver Jezuz-Krist en devoa laket en e spered eur zonj kaer, eur zonj hag a rê plijadur d'ezan, ar zonj da zovetat an dud holl ha da lakat an urz-vat, dismantret gant ar pec'hed, da ren adarre war an douar. Kavet en devoa en e galon nerz awalc'h da c'houzanv ar poaniou red da c'houzanv arôk kas al labour-ze da benn. Ma, just breman, p'eman en penn e ero, e wel skler hag anat en devo labouret war goll. goude kemer kemend-all a boan, abalamour da volonte fall meur a hini. « Oh ! ma Zad, mar deo posubl, pellaet ar c'halur-ze diouzin ! » Hep mar ebet, Doue a c'hell miret ouz an den da gouezan er pec'hed, eu eur chom hep rei d'ezan ar c'halloud d'ober an droug. Mes ma fell gant Doue, hag e ra, ma fell gantan kenderc'hel da lezel gant an den ar c'halloud d'ober ar vad, ha zoken, d'ober an droug, neuze, hep rnar ebet iye, ar pec'hed a zalc'ho da ren war an douar, hag evit meur a hini, Jezuz en devo labouret ha gouzanvet en aner. Ar gwel eus an dra-ze a ra da Jezuz kouezan en e agoni; eur c'houezen a c'holoas anezan, eur c'houezen a wad..... Ar Merzer dispar a wel ar c'hantvejou o tremen dirak e zaoulagad. Gwelet a ra pec'hejou an holl ha pec'hejou pep-hini ac'hanomp, ho re c'houi, ma re me. Diskennomp eta en goueled hon c'halon ha goulennomp pardon ouz Jezuz, en deus gouzanvet kement a boan, dre garante evidomp, en liorz Jetsemani ! Triouec'hvet devez a viz Ebrel Pasion Hon Otrou EIL ARVEST Jezuz dirak an dud, en Lez-varniou Jeruzalem Pennou-bras Jeruzalem o devoa kement a gâs ouz Jezuz, a vroude aneze gant e gomzou hag e oberou ken dishenvel diouz o re, ma klaskent an tu d'en em zizober anezan ar c'hentan ar gwellan. Judas, unan eus an daouzek o devoa e heuilhet epad an tri bla divezan, o welet e c'helle gonid eun draïg bennak o werzan e vestr d'e enebourien-touet, a reas an tol, troet ma oa gant an' arc'hant. D'ar Yaou-Garnblid eta, da hanter-noz, mevelien an Templ ha soudarded Pons-Pilat a bignas gantan da Jetsemani. Jezuz a deuas da benn nent d'eze da gichen toull al liorz. - Otrou, eme Judas, me ho salud ! Hag e vriataas e vestr. Jezuz a lavaras d'ezan : — Judas, gwerzan rez mab an den dre eur pok. Hag o komz ouz ar re a heuillie an traïtour : — Piou a glasket ? emezan. — Jezuz Nazareth, emeze. — Mat, me eo ! Ha, gant eur zell hepken, e tiskaras aneze d'an douar. Pa oent dispontet ha savet adarre en o zav, Jezuz a c'houlennas oute : — Piou a glasket ? — Jezuz Nazareth, emeze. — Mes lavaret am eus d'ac'h eo me eo. Ha mar deo me an hini a glasket, lôsket ar re-man da vont en peuc'h. — Otrou, eme Ber, tennan rin ma c'hleze ? Ha hep gedal, Per a droc'has e skouarn da unan eus mevelien ar beleg-bras, Malkus e hano. - Awalc'h, eme Jezuz da Ber, laket ho kleze en e c'holo, rak an nep piou bennak a 'n em zervijo eus ar c'hleze a varvo dre ar c'hleze. Ma karfen pedi ma Zad, e tigasfe d'in ouspen daouzek rummad êle ; mes penôs e teuje neuze ar Skrituriou da wir ? Enne eo merket an holl dreo-man. Ha Jezuz a stagas e skouarn da Valkus, hag a lavaras da vevelien an Templ ha da zoudarded Pons-Pilat : - Deut oc'h war ma lerc'h, evel pa vijen bet eul laer, gant ho klezeier hag ho pizier. Koulskoude e oan bemde azezet en ho touez o prezek en Templ, ha n'ho peus ket kroget warnon. Mes houman eo hoc'h heur ha hini Satan, ho mestr. An diskibien a dec'has, ha Jezuz a chomas e-unan etre daouarn e enebourien, a stlejas anezan da di ar veleien vras. Hananus, ar beleg-bras, neve roët gantan an dilez eus e garg, a zigemeias da gentan Jezuz, da c'hedal ma vije bodet pennou-bras Jeruzalem en ti Gaïphas, e vab-kaer. N'en devoa netra da welet aman. Koulskoude, e kavas e oa a-zoare evitan ober eun tammik enklask war diskibien ha war gelennadurez Jezuz. Jezuz a respontas d'ezan : - Komzet am eus dirak an holl, goulennet digant ar bobl. Hananus a oe stouvet brao e c'henou d'ezan gant ar ger-ze. Unan bennak eus e vevelien, evit lemel ar vez diwarnan, a zistagas eur skouarniad gant Jezuz. - M'am eus komzet fall, diskouezet d'in, ha m'am eus komzet mat, perak e skoet ganin ? Jezuz dirak Konsailh bras Jeruzalem E keit-ze. ar pennou-bras eus kêr, ar re, da vihanan, a oa bet amzer da gas kelou d'eze, a oa en em zastumet en ti Gaïphas, ar beleg-bras en karg. Jezuz a oe digaset dirake. Kerkent, ha ma tigoras ar prosez, oa es gwelet penôs e troje an treo. Jezuz a oa barnet arôk e glevet. Ar c'hiz a oa da zisplegan, da gentan, kement tra a c'hellje ober vad d'an hini tamallet; mes aman ne oa advokad ebet. Testou fôz, avat, a deuas; pa ve arc'hant, e ve kavet ar pez a gerer aneze. Kaïphas a glaskas tennan dioute eun dra bennak, mes o c'homzou a 'n em zislavare. 'Benn ar fln e teuas daou hag a 'n em gleve : - Ni hon deus e glevet o lavaret : Me c'hall diskar Templ Doue hag e zevel a neve en tri devez. N'eo ket evelse eo en devoa lavaret Jezuz-Krist; an daou dest o devoa komprenet fall; eleiz a dud zo hag a gompren du elec'h gwenn. Jezuz-Krist en devoa lavaret : - Diskaret an Templ-man, hag en tri devez me hen savo a neve. Ar pez n'eo ket henvel. - Ne respontez netra ? eme Gaïphas. Jezuz ne lavare ger. - En hano an Doue beo, eme Gaïphas, me da bed ha da asped, lavar d'imp ha bezan ont ar C'hrist, Mab an Doue binniget, pe nan out ket ? - Ya ! eme Jezuz, hen lavaret ho peus, bezan on, hag eun devez a deuio, e welfet mab an den, an hini a gomz ouzoc'h breman, azezet en tu deou d'an Holl-C'halloudeg, o tiskenn war goabrennou an nenv. Hen, an hini a varner, a vezo neuze o varn. Ar beleg-bras, o klevet eun hevelep respont, a rogas e zilhad : - Dleet eo ar maro d'ezan ! Awalc'h hon deus hlevet ! Jezuz gant mevelien an Templ Diou heur bennak e c'helle bezan. Ar varnerien a yeas d'o gwele; Jezuz a oe lôsket dindan galloud mevelien an Templ. Krainchat a rent outan, skouarnata rent anezan, skei a rent gantan hag e c'hoarzent hag e c'houlennent : « Piou en deus skoët ganit ? » A greiz an dismegansou-ze. Jezuz a zavas e zaoulagad da zellet; ouz Per, men diaze e Iliz, a oa o paouez e nac'h a-benn ter gwech : mevelien an Templ o devoa skoët en e benn, mes Per en devoa skoët en e galon. Eur zell eus ar Mestr a oe awalc'h evit ober d'an abostol dont ennan e-unan ha mont eus porz ar beleg-bras en eur ouelan. Jezuz, evit an eil gwech, dirak Konsailh bras Jeruzalem War-dro c'houec'h heur e c'helle bezan. Konsailherien Jeruzalem a 'n em vodas adarre. En dro-man, ne oa kouls lavaret, hini ebet aneze o vankout. Abaoue m'oa kouezet o bro dindan galloud ar Romaned, ar Judevien n'o devoa mui ar gwir da lakat eun den d'ar maro. Gouarner Rom hen mire evitan. Pennou-bras Jeruzalem eta, goude bezan kondaonet Jezuz evel eun touer-Doue. n'en em zastumont, eun eil gwech, nemet evit en em glevet war an doare gwellan da gamer evit lakat ar gouarner, Pons-Pilat, da vezan a-du gante hag e zougen da gondaoni Jezuz d'ar maro, evel den a zizurz.An eil bodadeg-man ne badas ket pell, ha raktal en em lakjot en hent da vont gant ar prizonier warzu Lez-Antonia, elec'h ma oa ar gouarner o chorn, epad amzer Fask. Tremen a rejot ebiou an Templ. Judas, o welet penôs e troe an treo, a grogas ar c'heun en e galon, a stlapas, war leur an Templ, an arc'hant en devoa bet evit e varc'had euzus, hag a yeas d'en em grougan. Jezuz dirak gouarner ar Jude Seiz heur bennak e c'helle bezan p'en em gavjot dirak lez Pons-Pilat. Heman a oa eur pagan. Evit ar Judevien, ti eur pagan ha ti eun aneval a oa henvel; pec'hed a oa mont ebarz. Den ebet eta ne lakas e zeuliou war dreujou lez ar gouarner; o Fask o devoa da ziawall, gant aon d'en em zôtran. Pa n'hellent ket mont en ti, en em lakjont da youc'hal diwar an hent. Pons-Pilat a deuas war dreuz e zor. - Petra glasket gant an den-ze ? emezan. - Ma ne vije ket bet eun torfetour, ne vijemp ket et d'hen digas d'ac'h. - Kemeret anezan 'ta, ha barnet anezan hoc'h-unan, eme Bilat, en eur ober gwap aneze. - Mes, emeze, ni n'hon deus gwir ebet da lakat eun den d'ar maro. Ni hon deus e gavet o lakat trouz dre ar vro. Difenn a ra paean an tailhou da Zezar ha lavaret a ra eo ar C'hrist, ar Roue ! Pilât a ouie, dre e ofiserien, ne oa ket gwir al loden gentan, da vihanan, eus an damalladen. Evit gwelet petra a oa a wir en eil loden, e reas da Jezuz mont en diabarz e balez. - Te eo roue ar Judevien ? emezan. - Ma rouantelez, eme Jezuz, n'eo ket eus ar bed-man ! Roue on ha deut on er bed evit rei testeni d'ar wirione ! - Petra eo ar wirione? eme Bilat. Hag ar penn skanv 'zo anezan a yeas er-mêz hep gortoz ar respont. - Ne gavan netra da damall d'an den-ze, emezan d'ar Judevien. Absolvet oa eta Jezuz gant an hini en devoa galloud warnezan. Mes kerkent e savas youc'h. - Ne glevez ket ? eme ar gouarner. Mes komz 'ta ! Pilât a garje bezan gwelet Jezuz o 'n em zifenn e-unan; den ne ouie komz evel ma ouie hen. Mes Jezuz ne lavaras ger, ha Pilât a chôme sebezet. - Lakat a ra trouz da zevel, a lavaras unan bennak, adalek ar Galile betek aman. Ar gouarner, o klevet hano eus ar Galile, a zavas e benn. Eur guden diês da ziluian a oa kouezet etre e zaouarn. Rak, eus eun tu, e oa eun tamm lealded bennak en e galon, hag eus an tu-all, en devoa ive c'hoant da vezan arru mat gant an holl. Kredi reas gallout eu em denn o kas e brizonier da Herodez, a oa en Jeruzalem en deiou-ze. Jezuz dirak Herodez Herodez a oa roue ar Galile, lazer Yan-Vadezour, den an hudurnez. Jezuz a oe bras dirakan. C'hoant gwelet burzudou en devoa : ne welas netra. Jezuz ne gomzas ket zoken outan. Herodez, evit en em venji, a wiskas d'ezan eur vantel wenn, mantel an dud diskiant, hag a gasas anezan endro da Bilat : « Gra 'vel a gari outan ! » Nag er Jude, nag er Galile, Jezuz n'en devoa grêt nep droug. Jezuz dirak Lez-varn ar Bobl Pons-Pilat, pa welas Jezuz o tizrei d'e Iez-varn, a oe nec'hetoc'h evit biskoaz : n'eo ket evit rei eun urz. E wreg, eur baganoz koulskoude, a gasas kemennadurez d'ezan : « N'eo ket mat e vefe netra, emezi, etrezoc'h hag an den just-se, rak enkrezet bras on bet, abalarnour d'ezan, en eun hunvre am eus bet en noz tremenet ! » Pilat a glaskas neuze damesat ar bobl. Lakat a reas Jezuz kenver ha kenver gant Barrabas, hag e c'houlennas digant ar Judevien : - Pehini eus an daou-man a zilivrin d'ac'h gant goueliou Pask ? - Barrabas ! emeze, touellet ma oant gant pennou-bras kêr a 'n em zile etouez an dud hag a lake pennadou enne. - Petra rin eta da Jezuz ? - Kaset anezan d'ar maro ! Pilat a c'houlennas dour hag a walc'has e zaouarn en eur lavaret : - Evidon-me zo didamall diouz gwad an den-ze An dra-ze a zell ouzoc'h ! Ar Judevien a youc'has : « Ra gouezo e wad warnomp ha war hon bugale ! » Pilat a roas urz da skourjezan ar prizonier : « Marteze, emezan, p'e welfont leun a wad, e teufont da gaout true outan. » Ar skourjezerien, goude bezan grêt eus korf Jezuz eur gouli eus ar penn d'an treid, a lakas eur vantel ru war e skoa, eur gurunen spern war e benn, eur benduen en e zorn; hag e stouent dirakan d'e wapât. eu eur lavaret : « Salud. roue ar Judevien ! » Pilat a gemeras Jezuz hag a ziskouezas anezan er stumm-ze d'ar bobl, en eur lavaret : - Ecce Homo : Setu aze an den ! Ar bobl a respontas : - Staget-han ouz ar groaz I Staget-han ouz ar groaz ! - Krusiflet-han hoc'h-unan neuze; evidon-me ne gavan netra da damall d'ezan ! - Ni hon deus eul lezen, ha herve al lezen-ze e tle mervel, p'eo gwir en deus lavaret e oa Mab Doue. Ar gouarner a gasas Jezuz en e balez : - Eus pelec'h out ? emezan. Pilat ne oa ket bet chomet, ar wech-all, da c'hortoz respont Jezuz; breman Jezuz, d'e dro, ne fell ket d'ezan respont d'e c'houlenn. Hag ahend-all, ne dalv ket ar boan respont. Ar gouarner a oar treo awalc'h pell zo, mes eur c'hrener eo. - Petra, emezan, ne lavarez ger ebet ? N'ouzout ket am eus ar c'halloud d'az stagan ouz ar groaz pe d'az lezel da vale ? - N'az pije bet galloud ebet warnon-me, ma ne vije ket bet roët d'it eus krec'h; mes an hini en deus ma laket etre da zaouarn a zo kablusoc'h evidout. - Ma lôsket anezan da vale, a youc'h ar bobl diwar an hent, ne vefet ket mignon da Zezar, rak an hini a glask bezan roue a zo enebour da Zezar. Pilat a deuas adarre war an treujou. Kreiste oa. - Setu aze ho roue, emezan. - Nan ! Nan ! Staget-han ouz ar groaz ! - Stagan ho roue ouz ar groaz ? eme Bilat. - Nolumus hune regnare super nos : Ni ne fell ket d'imp e renfe hennez warnomp ! Ni n'hon deus roue-all ebet nemet Sezar ! Ar bobl judev en devoa gonezet e brosez. Pilat, gant aon da goll e blas. a lavaras da Jezuz : - Staget e vezi ouz ar groaz : Ibis ad crucem ! O Crux, ave, spes unica, Mundi salus et gloria, Piis adauge gratiam, Reisque dele crimina. Naontekvet devez a viz Ebrel Pasion Hon Otrou TREDE ARVEST Jezuz lazet gant an dud ha dilezet gant Doue war mené Kalvar Peurliesan, pa ve kondaonet unan bennak d'ar maro, n'eman kel ar c'hiz d'e lazan, kerkent ha ma ve douget ar varnedigez en e eneb. Evit Jezuz-Krist, ne dremenas ket an treo evelse. Ar varnedigez a oa bet kamm, red oa kas ar zetans da benn, priman ma vije gallet. Ouz ar groaz e tle bezan staget; ar groaz a zo grêt. Eur c'hantener war varc'h a zigor an hent; war e lerc'h, pevar zoudard; an daou dorfetour; Jezuz, gwisket d'ezan adarre e zilhad e-unan, ma vezo anavezet gwelloc'h, eur gurunen war e benn, ar skritel gant e hano hag e dorfed endro d'e c'houzoug a-istribilh, e groaz pin war e skoa. Setu hen o vont er-mêz eus al lez-varn, o treuzi ar bobl, o vont gant ar ruiou, o tiskenn eus kêr hag o kemer hent ar Golgotha. Ter gwech e kouez dindan e zamm; Simon ar Sirenean, dre gaer pedre heg, a zo grêt d'ezan gant ar zoudarded dougen ar groaz. En em gaout a rêr war ar mené; kinnig a rêr d'an tri gondaonet peb a vanne myrrwin, da lakat aneze da goll anaoudegez. Jezuz a danva an evaj c'houero, mes n'hen ev ket; c'hoant en deus da viret e anaoudegez betek e varo. Ar zoudarded a grog en o benviachou hag a stag gant o labour. Jezuz n'en deus nemet tri bla ha tregon, oad au nerz, oad ar gened, oad hag en deus galloud da c'houren ouz ar maro. Daoust d'ezan da vezan blonset gant an tôliou ha dispennet gant ar skourjezou, en deus nerz c'hoaz da badout eur pennad mat. Hep mar ebet, e oe staget e zaouarn hag e dreid gant kerden da gentan, evit ma vije êsoc'h skei an tachou. Pa laker en e zaouarn hag en e dreid an tachou bras, pa red e wad, 'vel eur s ter, eus eizili digor, pa deu e gorf d'en em astenn ha d'en em ziastenn gant ar boan, arabad d'imp dizrei hon zellou diwar ar Merzer bras-se, rak evidomp eo eman o c'houzanv ar pez a c'houzanv : « Propter nos homines et propter nostram salutem : Evidomp holl hag evit silvidigez pep-hini ac'hanomp. » Pa ve dibennet en hon bro eun torfetour bennak, an dachen ma roër enni d'ezan tôl ar maro a ve leun-chek gant an dud diredet da welet an neventi; en o zouez, e ve tud koz, mammou zoken,o bugaligou gante war o diwrec'h. An dud-ze, an hanter aneze hag ouspen, n'eman ket o flas eno. Mes ni a c'hall testât a spered ouz mene Kalvar, sellet ouz ar Merzer a yarv eno, rak ar vourevien hag ar zoudarded a zo ouz e stagan n'int nemet hon mevelien. Kemeromp eta hon flas e-tal ar groaz, ha gwelomp Jezuz-Krist o tremen abalamour d'imp. Eur wech staget ar c'horf, ar groaz a zo savet ha laket da gouezan en toull grêt eviti; ar boan en devoe neuzre Jezuz a oe skrijus. Koulskoude, e boan-gorf a oe dister, en kichen ar boan-spered en devoe, pa welas an dud a oa endro d'ezan. Bezan eman, o sellet outan, e enebourien, a zo kontant eus o labour. Deut int a benn eus o zôl; hag ec'h eont, hag e teuont, hag ec'h hejont o fennou, hag e c'hoarzont yud c'hoarzadennou-ifern; lorc'h a zo enne hag a ra d'eze komz : - Hop ! la ! emeze, te hag a ziskar Templ Doue hag a zav anezan adarre a neve en tri devez, en em denn eus al lec'h-ze breman ! Mar dout Mab Doue, diskenn eus ar groaz ! - Sovetaet en deus ar re-all, ha n'eo ket goest d'en em zovetàt e-unan. - Mar deo ar C'hrist, roue Israel, n'en deus nemet diskenn eus ar groaz ha ni gredo ennan ! Hag e kredfont ennan ? Nan, an dra-ze n'eo ket gwir ! Jezuz Krist a zo ganet en Doue, en deus bevet en Doue, en deus komzet en Doue, en deus pareet tud klanv, laket tud varo da zevel eus ar beziou, grêt burzudou hag a ziskoueze e oa galloud Doue etre e zaouarn. Pennou-bras Jeruzalem o deus o gwelet ha n'o deus ket kredet. Ha breman, p'eman o vervel, evit peurober e labour, e varv evel m'en devoa lavaret ar Brofeted mil bell a oa. Hag i, doktored evel mac'h int, ne welont ket an testeni divezan a dlee digeri d'eze o daoulagad. Goulenn a reont eun testeni-all ! Anat eo zo kernent a zallente en o spered ha ma zo a fallagriez en o c'halon. Nan ! Jezuz ne ziskenno ket eus e groaz, rak pignet eo warnezi evit digoll Doue au Tad eus an disinegans grêt d'ezan dre bec'hejou ar bed ha dre ho pec'hed c'houi hoc'h-unan. Hag epad ma ra evelse an dud gwap anezan, Jezuz a lôsk eus e galon karantezus ar beden-man : « Ma Zad, ma Zad, pardonet d'eze, rak n'ouzont ket petra reont ! » Setu petra ra an dud en kenver Jezuz-Krist; gwelomp breman petra ra Doue. Doue a zo bet didrue ouz Jezuz war mene Kalvar, evel m'eo bet an dud. Nebeut goude ar bedennig a reas evit e enebourien, an denvalijen a gouezas war an douar, an heol a guzas e vannou skedus hag an noz ive, kouls lavaret, a gouezas war ene Jezuz. Eur glemmaden a deuas eus e galon, er yez en devoa desket war varlen e vamm, doanius da glevet : « Eli, Eli, lemah shebaktani ! Ma Doue, ma Doue, perak hoc'h eus-hu ma dilezet ? » Dilezet, pebez ger ! Gwelet a rer tud reuzeudik, kollet gante pep tra, danve ha kerent. Ar maro en deus rinsel an ti; ar gwall-chans en deus rinset ar c'hraou; kollet o deus pep tra nemet kalon eur mignon d'o c'hennerzi. Mes pa vezer an unan-penn; pa ne ve den, en tu ebet, da gaout true ouzoc'h ha da ouelan ganac'h, neuze 'vat eo trist ar vue, ha ma ne vije ket gouezet eman bepred lagad Doue o paran 'us d'imp, n'helljemp ket padout, eleiz ac'hanomp. Petra eo an dilez-ze c'hoaz, koulskoude, en kichen an hini a ra Doue eus an den ? Pec'hi a zo trei kein da Zoue evit mont da glask er grouadurien ar blijadur difennet. Dleet eo eta, evit lakat ar pec'her da baean e zle, e trofe Doue kein d'ezan, d'e dro. Epad ma ve danve, enor, yec'hed, pep tra eus ar pez a ra an eürusted diavêz. ar pec'her, er bed-man, a ra nebeut a van eus Doue. An danve, ar madou, loened er c'hreier, peziou alaouret en armel, setu aze an doueou. Ar gwir Doue a rêr nebeut a van anezan. Mes eun devez a deuïo hag e vezo red d'ar pec'her, evel d'ar re-all. tremen; mervel a reio, marteze hirie, marteze varc'hoaz, arôk nemeur, n'eus forz penôs. Petra gaso gantan, en tu-all d'ar bed-man ? Netra ! netra ! En tu-all d'ar bed-man, en em gavo paour-noaz, e-unanik dirak Doue : Doue hag hen, hen ha Doue. Neuze, pa welo Doue, epad ar vunuten-ze a gemero d'e varn, pa welo e c'hened, e vadelez, e zantelez, e savo c'hoant gantan d'en em deuler etre e zivrec'h. Ha Doue a yelo war e giz, ha Doue hen dilezo ! Hen dilezet en devoa er bed-man, Doue hen dilezo er bed-all ! Neuze, d'e dro, ar pec'her paour a dôlo eur youc'haden spontus, ha respont ebet n'en devo, eus tu ebet : doriou an ifern a vezo prennet warnezan ! Jezuz-Krist war ar groaz, goude bezan gouzanvet, eus peurz an dud, kement a c'heller da c'houzanv, a zo bet falvezet gantan gouzanv, eus peurz Doue, ar boan vrasan a c'heller da c'houzanv. Hag abalamour ma talc'he plas ar bec'herien. daoust d'ezan da vezan dinam, en deus gouzanvet poan an disparti diouz Doue, hag ar boan-ze a oe ive an divezan. Kerkent e lavaras ar gomz-man : «Consummatum est : Peurc'hrêt eo pep tra. » Doue a zo digollet, an dud a zo pardonet, grêt am eus ar pez am oa d'ober. Hag e lavaras e c'her divezan : «Ma Doue, etre ho taouarn e c'hourc'hemennan ma ene. » Hag o vezan soublet e benn, e tennas e huanad divezan : et inclinato capite, emisit spiritum. Kerkent, an douar a grenas, pallen an Templ a zaou-hanteras, eun denvalijen euzus a c'holoas an douar hag a reas d'ezan kemer e vantel-du d'ober kanv d'ar Zalver, pa ne fell d'an dud hen ober. O Krist binniget! O Jezuz, ho ped true ouzomp ! A bep tu d'imp 'zo tud ha ne gredont ket ennoc'h; grêt d'eze kredi; ha n'ho karont ket; grêt d'eze ho karct ! Meur a hini hag a gred ennoc'h, ne reizont ket mat awalc'h o bue war o c'hreden; briz-kristenien n'int ken; grêt d'eze bezan kristenien vat; grêt ma vefomp d'ac'h en hon bugaleach, en hon yaouankiz, en hon oad gwellan, en hon c'hozni; grêt ma vefomp d'ac'h en ti hag er-mêz, en de hag en noz, bepred ha bemde, mac'h allfomp mont Gant alc'houe ho kroaz sakr, d'ar baradoz, ho ti, D'ho kwelet da viken, d'ho karet, d'ho meuli ! Ugentvet devez a viz Ebrel Gwelet hon deus an Otrou ! Alleluia ! Alleluia D'ar gwener d'abarde, pa oe lienet ha sebeliet Jezuz, meur a hini eus ar merc'hed o devoa roët an dorn d'ober al labour-zeze, a chomas e-tal ar be betek serr-noz. En devez war-lerc'h, o vezan ma oa diskuiz ar Sabad, den ebet ne deuas war-dro liorz Jozef Arimathi; mes en eil antronoz, arôk ma oa skler awalc'h, eme sant Yan, kerkent ha goulou-de, eme sant Lukas, da zav-heol, eme sant Mark, n'eus forz penôs, abred abred da vihanan, valde mane, e tigouezas Mari-Madalen. P'en em gavas e-tal ar be, e chomas a-zav, sebezet, o welet e oa strinket ar men-golo diwarnan. En he strafuilh, e tiskennas d'ar red da Jeruzalem da gaout Per, penn an Ebestel, ha Yan, an diskib a gare Jezuz : « Korf an Otrou, emezi, a zo laeret ! » Per ha Yan a gerzas d'ar red warzu al liorz. Yan, yaouankoc'h, a 'n em gavas da gentan e-tal ar be; Per a ziskennas da gentan ebarz; gwelet a reas al lienennou pleget; souezet e oe, hep gouzout petra da gredi, Yan a ziskennas d'e dro; gwelet a reas ar pez a welas Per, hag e kredas, eme an Aviel. Daoust pegen burzudus oa evitan ar pez a oa c'hoarvezet, Yan a gredas; hep mar ebet. an Olrou a oa savet eus a varo da veo. Mari-Madalen, er-mêz eus ar be, a ouele, beuzet en he glac'har. En eun tol, Jezuz, en he c'hichen, a c'halvas anezi. «Mari !» emezan. O klevet he hano, ar Vadalen a gouezas d'an daoulin hag eur ger hepken a darzas eus he c'halon : « Rabboni, Otrou ! » Ar pez a ziskouez d'imp eo sant Yan, an hini a viras bepred dinam e ene, ha santez Mari-Madalen, an hini a wennas he hini en daerou ar binijen, ar re a zo bet dibabet da gaout an enor da vezan an daou gentan o kredi e oa savet Jezuz eus a varo da veo. Eur gentel gaer evidomp. Ma fell d'imp bezan tud a fe, bezomp glan a galon. An dud c'hlan eo a wel Doue. Mari-Madalen, kerkent ha m'he devoe gwelet Jezuz-Krist, a ziskennas d'ar red da gas ar c'helou mat d'an Ebestel. Ar re-man, o klevet e veve an Otrou, ne gredent ket. Setu aze tud hag arôk kredi a fell d'eze kaout digare vat d'hen ober. A-benn hanter-kant devez, an dud-ze, ken diskredik breman, a gredo ken start ma n'hello nag ar gourdrouzou, nag al lez-varniou, nag ar skourjezou, nag ar prizoniou, nag ar maro zoken, miret oute da embann eo savet Jezuz-Krist eus a varo da veo. Arôk kredi, an Ebestel o devoa c'hoant gwelet; gwelet a rejont; Jezuz en em ziskouezas d'eze; Thomas a lakas, zoken, e viz en gouliou e Otrou hag e Zoue; ha hini ebet aneze ne oe nec'het goude-ze ! Ar pez a zigouezas gant an Ebestel a zigouez gant meur a hini-all war o lerc'h. Jezuz en em ziskoue da gement hini a zo dallente en e spered, pa ne ve ket a fallagriez en e galon. Keit ha ma chomer war var eus Jezuz-Krist hag eus e Iliz, man nemet abalamour ma ne gaver ket a sklerijen hag a desteniou awalc'h, an danjer n'eo ket bras. Klevet a ret komz eus ar relijion, a-gle hag a-zeou, ha n'ho peus ket amzer, war ho meno, da zisperm ar c'houmoul tenval a zigas ar c'homzou-ze en ho spered. Beb-eil mare, ho c'hoarezed hag ho priejou a lavar d'ac'h, evel Mari-Madalen hag ar gwrage santel d'an Ebestel : « Gwelet hon deus an Otrou ! » hag en gwirione, ouz tol ar Zakramant, en em gavont gantan, tâl ouz tâl, kalon ouz kalon. C'houi ive, leal hag eün, evel ma 'z oc'h, eun de pe de a welo an Otrou en don hoc'h ene, ha c'houi, d'ho tro, a gouezo d'an daoulin da lavaret d'ezan, evel sant Thomas : « Ma Otrou ha ma Doue ! » Eus a hanter-varo ma oa, ho fe a deuio da vezan birvidik. Enebourien Jezuz a oa e-tal ar groaz hag a heje o fenn hag a c'hoarze gwap : « Breman, emeze, eo d'ezan diskouez e c'halloud ha dlskenn eus e groaz; neuzc ni gredo ennan ! » Enebourien Jezuz, d'abarde Gwener ar Groaz, a oa lorc'h enne; deut oant ken brao a benn eus o zôl; e oant o vont adarre da vezan ar vistri en Jeruzalem; ar c'halloud o devoa kollet epad ma oa .Jezuz-Krist en bue, a zizroje d'eze hepdale. Koulskoude, dre douez al lorc'h, eur bodig enkrez bennak a ziwane en o spered : Jezuz a oa diou pe der gomz d'ezan hag a rê nec'hamant d'eze. — Evel m'eo chomet Jonas tri devez ha ter nozvez en kof eur pesk, evelse mab an den a chorno tri devez ha ter nozvez en goueled an douar. — Diskaret Templ Doue hag en tri devez me hen savo a neve ! — Pignal a reomp da Jeruzalem; mab an den a vezo laket etre daouarn Prinsed ar Veleien hag an Doktored; kondaoni a refont anezan d'ar maro, mes hen a zavo d'an trede de ! En noz etre ar gwener hag ar zadorn, enebourien Jezuz-Krist, gant ar c'homzou-ze war o sperejou, ne gouskjont ket kaer, ha d'ar zadorn meur a hini aneze a yeas da gaout Pons-Pilat : « Deut zo zonj d'imp, emeze, en deus an toueller-ze lavaret pa oa c'hoaz en bue : « Sevel a rin a varo da veo a-benn tri de. » » Roët eta urz da viret ar be epad tri devez, gant aon na deufe e ziskibien da gerc'hat e gorf dre laer, d'e da rei dagredi, goude-ze, eo savet eus a varo da veo; rak an touellerez-all-ze a vefe gwasoc'h evit ar re diagent. » Pilat, deut da skuizan gante, pa oa re zivezat, a lavaras : «Mes tud ho peus, gret ar c'hed hoc'h-unan. » Hag i d'ar be, siellan ar men ha lakat tud dindan o armou en kichen. Nag ar ziell, nag an armou ne virjont ket ouz Jezuz da zevel eus ar maro. Pa deu ar zoudarded da gemenn d'eze ar burzud a oa c'hoarvezet, e kresk o fallagriez. Lazet o devoa Jezuz; arabad d'ezan bevan ken ! En em vodan a reont; pôtred ar c'hed a zo galvet, hag e roont d'eze arc'hant evit embann e oa deut diskibien ar C'hrist da zamman e gorf epad ma oant kousket. Hag evel ma c'hellent kaout aon da vezan kastizet, ma teujed da anaout ar gaou warneze, e lavarjont d'eze : « Bezet dinec'h, ni ho tifenno, ouz red. » An dud-ze a zo disleal ha kamm; aon o deus rak ar wirione : c'hoant o deus d'he mougan. Jezuz-Krist n'en em ziskouezo ket d'eze ! Eur skeuden eo an dra-ze eus ar pez a welomp endro d'imp. Bezan zo tud hag a zo deut, a nebeudou, da vougan ar fe a oa enne ! siellet o deus anezi en donder o eneou ha gedourien o deus laket da viret outi da zevel ken. Ar siellou eo ar promeseou fall o deus grêt; ar c'hedourien eo ar vignoned fall a zarempredont. Koulskoude, daoust pegen don eo sebeliet ha pegen mat miret, o fe a venn sevel a-wechou. Eun darvoud bras c'hoarvezet. eur maro digouezet a dôl-tarz a zo barrek da lakat ar fe koz da dôl he men-be. Gwaz a ze, avat, ma virer outi neuze da zevel, rak Jezuz a c'hell dont da skuizan; mont a c'hell pelloc'h da glask eneou muioc'h leal ha muioc'h glan. Setu aze petra dremenas en Jeruzalem, da Zul-Fask. Setu aze da biou en em ziskouezas ha da biou n'en em ziskouezas ket Jezuz. Kaer o deus bet, pennou-bras ar Judevien poanial, n'int ket deut a benn da viret ouz Jezuz da zevel eus ar be. Kaer o deus bet ober brezel d'an Ebestel, n'o deus ket gallet miret oute da embann dre ar bed e oa savet o Otrou da veo. Ar pez a dremenas en Jeruzalem, da genver ar Zul-Fask, breman zo naoutek kant vla, a dremen bepred dre ar bed : Jezuz-Krist a 'n em ziskoue d'e vignoned, hag e enebourien, kaer o deus en em glevet, n'int ket evit dont a benn anezan ! Jezuz-Krist a drec'has. Jezuz-Krist a drec'h, Jezuz-Krist a drec'ho ! Christus vincit, Christus regnat, Christus imperat. Alleluia ! Alleluia ! Kentan devez warn-ugent a viz Ebrel SANT ANSELM Arc'heskob Kantorbery ha Doktor eus an Iliz (1033-1109) Anselm a deuas er bed en kêr Aost, en Itali, er bla 1033. E vamm', eur wreg eus ar re wellan, a zeskas ^d'ezan abred karet Doue hag ai' Werc'hez. Savet mat evel m'oa bet, Anselm, da bempzek via, a yeas da c'houlenn digor en eur manati eus e vro. Mes e dad a oa eur gwall zen hag hen a oa c'hoaz gwall yaouank ; setu ma ne oe ket kredet e zigemer. Adalek neuze, ar pôtr yaouank a heuilhas eur pennad an hent a gas da goll. E dad a oa ive ken digar outan ma tec'has eus ar gêr. Goude bezan baleet bro epad pell am-zer, en em gavas en manati ar Beg, elec'h ma oa eur c'henvroad brudet d'ezan^ Lanfrank e hano, oc'h ober skol. Da gentan, Anselm, o skei war manati ar Beg, ne c'houlenne dor-zigor nemet keit m'en devoa ezom da chom evit kaout eun tamm deskadurez ; mes pa oe bet o vevan eus bue ar venec'h epad eur bla, e kavas an tanva kenkouls ma c'houlennas bezan digemeret da vat. Seiz vla warn-ugent a oa. Pa oe hanvet Lanfrank da arc'heskob en Kantorbery, Anselm a reas skol en e blas, ha pa varvas an abad Harluin, e oe hanvet gant an holl da gemer e garg. Gwilherm ar Rouz (1087-1100) ken fall evel kristen ha ma oa evel roue, a oa neuze en penn Bro-Zôz. C'hoant en devoa da vezan ken mestr war dreo an Iliz ha war dreo ar vro. Rei a rê an eskoptiou hag ar manatiou d'ar re a ginnige ar muian d'ezan, hag alïes, zoken, e chome eur pennad arôk hanvan den ebet enne, dre ma koueze en e yalc'h ar gonidegeziou a c'helled ober enne, keit ha ma chome goullo ar garg. Evelse, da varo Lanfrank, e lezas arc'heskopti Kantorbery pevar bla hep pastor : mes o vezan kouezet klanv, e teuas doan d'ezan hag e hanvas (1093), abad ar Beg, sant Anselm, da arc'heskob en Kantorbery. N'helled ket bezan kouezet gwelloc'h. Gwasan oe, Gwilherm, pa bareas, a gouezas en e bleg koz. Derc'hel a reas gantan ar madou iliz ha dismegans a reas d'he gwiriou. Anselm a enebas, ha pa welas n'helle mui ober vad ebet en e eskopti, ken gwall-gaset oa, ec'h eas da Rom, elec'h ma oe digemeret gant enor gant ar pab Urban II. Urban a skrivas eul lizer da roue Bro-Zôz, da c'hourc'hemenn d'ezan lezel an ilizou en peuc'h ha resteuler d'an arc'heskob ar pez a vire outan eneb pep lealded. Prest goude, Gwilherm a varve. Anselm a oa en Lyon, p'en em gavas gantan kelou ar maro. Herry, breur Gwilherm, a bignas neuze war drôn Bro-Zôz. Kentan reas a oe digemenn da arc'heskob Kantorbery dizrei d'ar gêr. An emgleo etre Herry hag Anselm ne badas ket pell. Herry en devoa c'hoant da vezan pab ha roue er memes amzer; c'hoant en devoa e raje arc'heskob Kantorbery eskibien eus an holl veleien a vije bet kavet mat gantan. Anselm a enebas. « An neb ne zent ket ouz ma gourc'hemennou, a lavare ar roue, n'en deus gwir ebet da chom ken em rouantelez. » Ar zant a respontas : « Koz on, hag andraf on deut da vezan. Ar pez am eus c'hoaz a nerz a c'hell mont diganin. Mont a rin, koulskoude, da Rom; n' ho pezo biken netra diganin hag a c'hellfe ober gaou ouz enor ha liberte an Iliz santel. » Ar pab Paskal II a eskummunugas ar re a roë aliou fall d'ar roue. Heman a blegas; hiviziken, n'eo ket hen a roio ar vaz-eskob hag ar walen da eskibien e rouantelez, mes ar re-man, goude o sakr, a brometo senti outan. Eur bodad eskibien ha pennou-bras ar vro a gavas mat an treo-ze (1107). An emgleo a oe sinet etre gouarnamant an Iliz ha gouarnamant ar Vro. Anselm a varvas daou vla goude, d'an 21 a viz ebrel 1109. Bezan e oe kaeran spered den a vevas en e amzer. Eun doktor eo hag eo par ar zantelez ennan d'ar ouiziegez. Poellek eo, dilorc'h ha karantezus. Seul-vui eo hegarat en kenver an dud dister, ha seul-vui eo bras en kenver an dud uhel. Daerou eur c'hrouadur a oa awalc'h evit tenerat e galon; gourdrouzou eur roue ne oant ket goest da lakat anezan d'ober van. K E N T E L Dishenvel, mes nan dispartiet Ar Gouarnamant a zo tra Doue, tra Doue, mestr ar c'horfou; an Iliz a zo tra Doue, tra Doue, mestr an eueou; an eil hag egile o deus bet eur garg digantan, dishenvel pep-hini aneze. An Iliz he deus treo an ene da gas endro, anaoudegez ha karante Jezuz-Krist da gas dre ar bed. D'ar Gouarnamant eo treo ar c'horf e labour eo lakat ar peuc'h etre an dud, ma c'hello madou an douar kreski. Dishenvel eo eta tachen an Iliz diouz hini ar Gouarnamant, hag an dishenveledigez-ze a zo bet merket gant Jezuz-Krlst e-unan, pa lavare : « Roët da Zezar ar pez a zo da Zezar, ha da Zoue, ar pez a zo da Zoue ; » hag anavezet gant ar gristenien pa respontent : «Gwell eo senti ouz Doue evit senti ouz an dud ! » An impalaer Justinian (534-565) a skriv en e lezennou : « Diou c'halloud a zo war an douar, unan gant an Iliz, eun all gant ar Gouarnamant. An Iliz he deus galloud war dreo an ene, ar Gouarnamant war dreo ar c'horf; o diou e teuont eus Doue. » Ar pab Jelas (492-496) a skrive d'an impalaer Anastas : «Ar bed a zo diou c'halloud ouz e gas endro : hini an eskibien ha hini ar rouaned; ha ma sent an eskibien, evit treo ar c'horf, ouz gourc'hemennou ar rouaned, o c'houzout e teu o galloud digant Doue, ar rouaned, d'o zro, a dle senti ouz gourc'hemennou an eskibien, evit treo ar relijion, dre ma teu o galloud d'eze digant Jezuz-Krist.» An impalaer Alexis Komnen a lavare e oa brasoc'h e c'halloud eget hini ar pab. Innosant III (1198-1216) a respontas d'ezan : « Doue en deus laket diou sklerijen gaer da baran war an douar, da lavarel eo, diou c'halloud : hini ar pab ha hini ar roue. An hini a sked en de, da lavaret eo, an hini ho deus galloud war dreo an ene, a zo kalz kaeroc'h evit an hini a sked en noz, ha keit a zo etre ar pab hag ar roue evel a zo etre an heol hag al loar ! » Dishenvel eo eta an diou c'halloud, uheloc'h an eil evit eben, rak uheloc'h eo an ene evit ar c'horf, treo padus ar bed-all, evit treo bresk ar bed-man, mes ne dleont ket bezan dispartiet. Eil devez warn-ugent a viz Ebrel Sant Soter ha Sant Kaïus Pabed ha merzerien Soter a deuas er bed en Fondi, en kreiste an Itali; da varo ar pab Aniset, e pignas war Gador sant Per. Difenn a reas ouz al leanezed kregi gant o daouarn el listri hag el lienachou sakr ha kinnig ezans dirak an ôteriou. Gourc'hemenn a reas d'an holl gristenien tostât ouz an dôl zantel d'ar Yaou-Gamblid, nemet eun torfed bras bennak a virje oute. En e amzer (174), an Otrou Doue a reas eur mirakl kaer war-lerc'h pedennou soudarded kristen aoa o serviji dindan urziou Mark-Aurel. An impalaer a oa en Hongri o stourm ouz ar varbared, Tomm bero e oa ha ne gaved ket eur banne dour da evan. Soudarded Rom ne oant ket evit pad ken gant ar zec'hed, hag e oant warnez bezan flastret gant o enebourien. Mark-Aurel a c'hourc'hemennas pedi : ar baganed a huchas war o doueou; an doueou a oa ponner-gleo. Eur rejimant, ha ne oa ennan nemet kristenien, a 'n em dôlas neuze d'an daoulin hag a bedas ar gwir Doue a greiz kalon. Raktal e savas koumoul; eur barr glao madelezus a gouezas war ar Romaned, epad ma oa an tan hag ar grizilh o tismantr arme ar varbared. Ar burzud-ze ne zigoras ket daoulagad an impalaer, a reas brezel d'ar gristenien, muian m'hallas. Hen eo a lakas kurunen ar verzerenti war dâl ar pab Soter (177). Kaïus (288-295), ganet en Dalmasi, goude bezan bet epad daouzek vla war Gador sant Per, a oe laket d'ar maro en amzer Dioklesian, d'an 22 a viz ebrel 295, hag e oe sebeliet en bered Kalist. E gorf a oe dizoloet, er bla 1622, gant eur skrid ha peziou moneiz eus amzer Dioklesian. K E N T E L An dilhad-oferennan hag al listri-zakr En Testamant koz, Doue e-unan a oa en em garget da lavaret penôs ober dilhad ar veleien; en Testamant neve, an Iliz a roas ive ne gourc'hemennou diwar o fenn, hag an dra-ze, adalek ar penn kentan. Evit oferennan, ar beleg a gemer eul lienen-penn, en memor eus al lienen a c'holoas penn Hon Zalver, en ti Kaïphas, pa c'houlenne ar zourdarded digantan : « Krist, lavar d'imp piou a sko ganit ? » Ar gamps a zo en memor eus ar zaë wenn a oe gwisket d'Hon Zalver en ti Herodez. Ar gouriz a zo en memor eus an ere a liammas Hon Zalver en liorz Jetsemani. Ar manipul hag ar stol a zo eur skeuden eus ar chadennou a oe laket endro d'ezan goude e varnedigez. Ar gazul a zo eur skeuden eus ar vantel ru a oe tôlet war diskoa Hon Zalver, en ti Pilât, gant ar zoudarded; ar groaz zo war e gein a verk e groaz, hag ar peul a zo war an tu rôk anezi, a verk an hini ma oe staget outan epad ma oad ouz e skourjezan. Ar boned-kornek a verk galloud hag uhelder ar beleg. Ar gwenn a verk al levenez, ar c'hlanded hag ar sklerijen; al liou-ze a ve kemeret da oueliou Hon Zalver, eienen al levenez, ar c'hlanded hag ar sklerijen; da oueliou ar Werc'hez, an êle hag ar zent ha nïnt ket merzerien. Ar ru a verk ar gwad hag an tan, karante Doue hag an nesan; douget e ve da oueliou ar Spered-Santel, a c'houezas en hon eneou tân karante Doue; da oueliou ar verzerien. a skuilhas o gwad dre garante evit Jezuz-Krist; da oueliou ar Basion. Ar gwer a verk au esperans, ar c'hoant d'en em gaout en bro ar vue a bado da viken; al liou-ze a ve douget da holl zulveziou ar bla ma ve grêt enne an ofis eus ar zul. Ar moug a verk ar hinijen hag a ve impliet epad an Azvent, ar C'hoareiz, ar Vijilou hag ar Pevare-Amzer. An du a verk ar c'hanv hag a ve douget pa lavarer oferen an Anaon ha da Wener ar Groaz, evit diskouez ar glac'har hon deus da vezan staget Jezuz-Krist ouz ar groaz. Evit oferennan, ar beleg a gemer c'hoaz ar c'halur, a dle bezan en aour, pe, da vihanan, en arc'hant alaouret an diabarz anezan. Ar c'halur a zigas sonj eus ar c'halur c'houero a evas Jezuz-Krist betek ar berad di vezan, hag eus ar be elec'h ma oe laket e gorf goude e varo. Ar golo-halur a verk ar men a stankas be Hon Zalver. Ar bladen a zo eul lestr aour pe arc'hant alaouret evit digemer an hosti. Al lienen-korf ep an hini a laker war an ôter, dindan ar c'halur ha dindan an hosti; merkan ' ra al lienen a zervijas da zebelian korf Hon Zalver. Al lienen-halur eo an hini a laker endro d'ar c'halur hag a zervij da zec'han anezan. Ar pallen-kalur eo an tamm mezer, liou an dilhad-oferennan-all d'ezan, hag a c'holo ar c'halur hag ar bladen arôk ha goude an oferen. An traou-all red d'ar beleg da gaout evit oferennan eo bara hep goell. gwin, dour ; eun torchouer da zec'han e zaouarn, hag eur c'hloc'h evit an hini a respont. Au treo-ze holl a zo red o c'haout ha pec'hed en deve ar beleg oc'h oferennan hep-e. Ar bladen hag ar c'halur a zo listri sakr n'hall ket an dud fidel kregi enne; al lienen-korf hag al lienen-kalur a zo daou dra-all ha n'hall ket an dud fidel kregi enne kennebeut, eur wech ma vent bet impliet evit an oferen, ken na vent bet gwalc'het gant eun den konsakret da Zoue. Trede devez warn-ugent a viz Ebrel SANT JORJ Ar merzer bras (280-303) Magnum et memorabile nomen : Se tu aman eun hano kaer ha divarvel. Jorj a c'hanas en Lyda, er Palestin, er bla 280. Da seitek vla, ec'h eas d'an arme. Bezan oa eun den kaer, seven, speredek, ha ne zaleas ket da vezan hanvet da ofiser en ged an impalaer Dioklesian, a oa neuze o chorn en Nikomedi. Jorj a oa kristen. Epad pevar pe bemp bla, e c'hallas serviji e impalaer hep nac'h e Zoue, rak Dioklesian, daoust ma oa pagan, a leze pep frankiz gant ar re a oa endro d'ezan da heuilh ar relijion a garent; evelse, e wreg Priska hag e verc'h Valeria a oa kristen. Mes ar Sezar Galer, e vab-kaer, eun den goue ha dizesk, a c'hoarias ken brao dre zindan, ma teuas a benn da lakat Dioklesian da gounnari ouz ar gristenien. D'ar 24 a viz c'houevrer 303, e oe embannet, en Nikomedi. ar brezel en o eneb; unan a zaou o devoa d'ober : mervel pe nac'h o Doue. Nebeut awalc'h a droas fall : n'eus deut betek ennomp nemet daou hano hag a vije kouezet an dismeganz-ze warne : re an diou impalaerez. Eleiz, avat, tud a lez zoken, meur a hini, en devoa Dioklesian fizianz enne hag a gare evel e vugale, a roas laouen o bue, kentoc'h evit trei kein da Jezuz-Krist. Jorj a oe unan eus ar re-ze. Pa oe digaset dirakan, an impalaer a lavaras d'ezan : - Den yaouank, tol evez ouz da amzer da zont ! Hen a respontas : - Kristen on hag e vin ! Na dre ho pedennou, na dre ho kourdrouzou, ne refet ket d'in nac'h an Doue a anavezan. Hoc'h holl madoberou zo didalve; ar gopr a roët zo henvel ouz ar moged a zispenn au avel. Ho kalloud a dremen hag ho trôn a horjell dindannoc'h. N'arn eus keun ebet d'an enoriou ho peus laket war ma hent; ar pez a c'houlennan eo ma teufet da anaout hepdale an Doue a roio, d'ar re o devo e garet, madou hag a bado da viken ! An impalaer a c'hourc'hemennas e skourjezan dirakan, betek ma weled e eskern en noaz. Ar merzer a c'houzanvas an tôliou-ze heb en em glemm, ar pez a oa eun dudi evit ar gristenien hag eur vez evit ar baganed. Dioklesian, o welet nerz-kalon e ofiser, a glaskas e c'honid dre gaer. Jorj a c'houlennas mont d'an templ; ar gristenien a grene evitan; ar baganed a oa lorc'h enne. - Petra, eme an ofiser kalonek d'an idol, pa zigouezas en templ Apollon, c'hoant az peus e kinnigfen ezanz d'it, evel d'ar gwir Doue ? Eus genou an idol, e teuas eur vouez hag a lavaras : - Me n'eo ket Doue on; n'eus Doue-all ebet nemet an hini a adorez te ! — Ha kerkent e helpennas diwar he zrôn, anezi he-unan, hag ec'h eas en mil damm. Beleien an templ, o welet kemend-all, a yeas droug bras enne hag a c'houlennas e varo war an heur. Ar c'hleze a lakas war gurunen wenn e yaouankiz, kurunen ru ar verzerenti, d'an 23 a viz ebrel 303. N'en devoa c'hoaz nemet tri bla warn-ugent. Hano sant Jorj a zo bet brudet buhan dre ar bed. En Bro-C'hall e oa enoret adalek ar c'houec'hvet kantved. Ar groazourien a bede anezan pa vezent o stounn ouz ar Vuzulmaned; e ouel a zo bepred gouel-berz gant kristenien ar zav-heol. K E N T E L Micher ar zoudard Micher ar zoudard a zo eur vicher enorus. Ar madou-korf, ar madou-spered hag ar madou-ene, daslumet tamm dre damm gant ar re goz ha deut, a rumm da rumm, betek o bugale, setu aze petra eo ar vro. Ar madou-ze a zo etre ar genvroïz; holl o deus gwir warneze; gwir d'ober gante an impli vat a garout, ha gwir ive, dre-ze, d'o difenn ouz an neb a glaskfe o laerez pe o dismantr. Ezom a zo eta a zoudarded, evit ma c'hallo tud ar ger bevan dinec'h gant an danve-ze. Plijadur vrasan an den en deus eun tamm peadra, eo rannan anezan etre ar re n'o deus ket, hag abalamour da ze c'hoaz, hon deus ezom soudarded hag a yelo er broiou goue, da zigeri hent d'ar visionerien a yelo davet ar boblou reuzeudik a zo eno, da lakat da baran warneze sklerijen an Aviel. Setu aze da betra e servij ar zoudarded, ha setu aze perak eo ken enorus o micher. Tud yaouank, o vont dindan an armou, karet ho micher, karet ho trapo, glas, liou d'an nenv, gwenn, liou d'ar c'hlanded, ru, liou d'ar gwad. An drapo eo skeuden ar vro; pa zaluder an drapo, ar vro eo a zaluder ! Pevare devez warn-ugent a viz Ebrel Al laer deou Kreiste hag eun dra bennak a c'bell bezan. E-tal Jeruzalem, war mene Kalvar, ter groaz a zo en o zav ha tri den a varv warneze. Jezuz a zo ouz ar groaz kreiz; daou laer a zo ouz an diou-all. Pa welas ar C'hrist an dismeganz grêt d'ezan, e reas ar beden-man : «Ma Zad, pardonet d'eze, rak n'ouzont ket petra reont.» Lavaret en devoa kentoc'h : « Pedet evit ar re a ra brezel d'ac'h. » Heuilh a ra e-unan ar c'henteliou a roë d'ar re-all. Pedi a ra, n'eo ket hepken evit ar zoudarded a stagas anezan ouz e groaz, mes evit an dud fall eus an holl amzeriou a lakas e stagan, hag evit an daou a oa a bep tu d'ezan. E beden ne zaleas ket da vezan selaouet. Ar Judevien, e traou ar groaz, a oa lorc'h enne : « Ab ! ah ! emeze, en eur grusan o diskoa, te hag a ziskar Templ Doue hag a zav anezan en e zav en tri devez, en em zalv da unan 'ta ! Mar dout Mab Doue, diskenn eus ar groaz ! » Pennou-bras Jeruzalem a youc'he war eun ton gwapas : « Salvet en deus ar re-all, ha n'eo ket goest d'en em zalvi e-unan. Mar' deo ar C'hrist, roue Israël, ra ziskenno eta eus ar groaz, ha neuze ni a gredo ennan. » Ar zoudarded o-unan, goude bezan rannet etreze e zilhad, a c'hoarze gantan c'hoaz : « Mar dout roue ar Judevien, emeze, en em denn eus al lec'h-ze. » Hag e kinnigent d'ezan ar myrrwin neoaketbet falvezet gantan evan. Eus an daou laer, unan, da vihanan, a veskas al leou-douet gant re ar bobl : « Mar dout ar C'hrist, emezan en em zalv ha salv ac'hanomp ganit ! » Ha Jezuz ne lavare ger. Ar sioulded-ze hag ar beden en devoa grêt evit e vourrevien hag a denereas kalon al laer deou, a skandalas al laer kle : « Te, emezan, n'az peus aon ebet rak Doue, war digare m'out kondaonet d'ar maro ! Ni, ne c'hoarve ganimp nemet ar pez a zo dleet, mes heman n'en deus grêt drou-ebet. » Hag e lavare, gant eur vouez glac'haret, abalamour d ar vue fall en devoa renet hag abalamour d'ar maro estlammus a laked Jezuz da c'houzanv : «Otrou, ho pezet sonj ac'hanon, pa vefet digouezet en ho rouantelez ! » Ha Mab Doue a respontas : « En gwirione, m'hen lavar dit; hirie, zoken, e vezi ganin er baradoz. » Rouantelez Jezuz-Krist a zo eta o vont da zigeri; eun heur-all bennak c'hoaz, hag ar maro o dougo, an eil hag egile, da vro an erusted. En eun hunvre, al laer a zo grêt eur zant anezan ha laer betek penn, herve ger koant sant Augustin, en deus gouezet kaout au tu da laerez, zoken, ar baradoz. K E N T E L Eus an eil islonk (1) en egile I. — Kouezan reomp en islonk ar pec'hejou : pec'hejou eneb Doue; pec'hejou eneb d'hon nesan; pec'hejou eneb d'imp hon unan; pec'hejou hon yaouankiz; pec'hejou hon oad gwellan; pec'hejou hon c'hozni. IL — Eus islonk ar pec'hejou e kouezomp en islonk ar reuz. Ar pec'her eo an den ar muian reuzeudik a zo war an douar; n'eus nemet eun neuden o viret outan da gouezan war e benn en ifern; debret eo e spered; krignet eo e galon; dizec'han 'ra war e dreid. III. — Gwellan 'zo, eus islonk ar reuz e kouezer en islonk an drugare. Kalon an Otrou Doue a zo troet bepred warzu e vugale eo an truesan o doare; ouz eur gammed a reont etrezek d'ezan, e ra kant da vont etrezek d'eze. Diskouez a ra e c'halloud war an douar-man, e justis, e furnez, mes diskouez a ra, dreist-oll, e drugare. Hen eo ar Pastor mat, a red da glask an danvad dianket, ha p'en deus e gavet, a zoug anezan war e skoa da zont d'ar gêr. Hen eo Tad ar mab prodig, n'eus peuc'h ebet ken na wel e vab dizro, ha kemeret gantan ar renk en devoa, arôk m'oa et eus ar gêr ! Hen eo an Hini a lavare ' zo muioc'h a levenez en nenv, pa weler cur pec'her o tizrei war an hent mat, evit pa weler naontek ha pevar-ugent o terc'hel war an hent-se. Hen eo an Hini a lake al laer deou da gentan war roll ar zent. Goude kemend-all a desteniou, piou a c'hellfe kaout aon da chom heb e bardon ! Abyssus abyssun invocat ; eus an eil islonk e kouezer en egile; eus islonk ar pec'hed e kouezer en islonk ar reuz; hag eus islonk ar reuz, en islonk an drugare ! (1) Islonk, abîme, en galleg. Pempvet devez warn-ugent a viz Ebrel SANT MARK Avieler, kentan eskob Alexandri Mark oa diskib muian-karet sant Per. Heuilh a reas e vestr eus a Jeruzalem da Antioch hag eus Antioch da Rom, ha dindan e lagad e skrivas bue Hon Zalver Jezuz-Krist. Pec'hed prins an Ebestel a zo hano anezan ebarz, ha zoken, sant Mark a zispak fr­soc'h mank sant Per evit ne ra sant Vaze, testeni anat n'eo ket paouezet an daerou da gouezan c'hoaz eus daoulagad an abostol, abaoue m'en deus nac'het e vestr, en porz Ka­phas. Sant Mark eo en deus digaset betek ennomp, hag hen e-unan, meuleudi an intanvez paour a lakas he frof en kef an Templ; drezan hepken ive eo ec'h ouzomp en em ziskouezas Jezuz d'an daou ziskib a oa o vont d'Emma­s. Pa oe echu e labour gant an avieler, Per hen binnigas. An ilizou a zigemeras laouen an eil skrid war bue hon Zalver, ha hano Mark a oe brudet dre ar bed holl. Alexandri a oa neuze, goude Rom hag Antioch, ar g­r vrasan eus ar bed. Mark a yeas da brezek ar fe d'an Ejipt, ha Per hen sakras da eskob Alexandri. Ar g­r-ze oa k­r an deskadurez; an avieler a deuas a benn da ziazezan enni unan eus an ilizou brudetan a dlee bezan war an douar. Ar baganed, kounnaret o welet ar vad a r­, hen lakas er prizon. Eun ­l a 'n em ziskouezas d'ar prizonier evit e grenv­t dre ar c'homzou-man : ­ Mark, servijer Doue, ho hano 'zo skrivet war levr ar vue hag ar vrud ac'hanoc'h a bado keit hag ar bed. ­ Nebeut goude, Hon Zalver e-unan hen salude : ­ Ar peuc'h ra vezo ganac'h, Mark, ma avieler.­ Hag ar merzer laouennaet holl a lavaras : ­ Oh ! ma Otrou Jezuz ! ­ Au de war-lerc'h, e oe dispennet e gorf d'ezan war reier lemm. Ar verzerenti a lakas war e d­l al levenez a bado da viken. Epad an navet kantved, e relegou a oe douget da Veniz. Ar g­r-ze, rouanez ar moriou, he deus e gemeret da batron ha savet, en e enor, eun iliz kaer dispar. Tro-war-dro d'he armou, 'deus skrivet ar gomz-man : ­ Ar peuc'h ra vezo ganac'h, Mark, ma avieler. ­ K E N T E L Ar pevar Aviel Pevar skrivagner o deus en em garget da zigas betek ennomp bue hag oberou Jezuz-Krist. Daou aneze, ar c'hentan hag an divezan, Maze ha Yan, a oa daou abostol, a vevas en kompagnunez Mab Doue, a welas anezan gant o daoulagad o-unan hag a glevas e gomzou. An daou-all, Mark ha Lukas, a vevas, Mark, en kompagnunez sant Per, ha Lukas, en kompagnunez sant Pol. N'o devoa ket anavezet Salver ar bed, mes klevet o devoa ha dastumet gant ar brasan aked testeni ar Werc'hez, e Vamm zantel, hini an Ebestel hag ar re-all o devoa gwelet gloar an Otrou. Sant Vaze a skrivas e Aviel, 10 vla hepken goude maro Hon Zalver ; Sant Mark, 15 vla goude maro Hon Zalver ; Sant Lukas, 25 bla goude ; Sant Yan, 77 vla goude. Pep-hini aneze en deus lavaret eus bue Jezus-Krist ar pez a gave d'ezan a raje muian vad. Aviel sant Vaze ha hini sant Lukas a zo keit ha keit; hini sant Yan a zo berroc'hik; hini sant Mark berroc'h c'hoaz. Unum est necessarium. Eun dra hepken 'zo red : kredi en Jezuz-Krist ha reizan hon bue war ar greden-ze; mes abarz kredi, e renker studian; red eo studian Jezuz gant holl nerz ar spered, evel m'eo red e garet gant holl nerz ar galon, ha ne studier ket anezan gwelloc'h en neb lec'h eget er pevar Aviel. Lennomp al­es al levr-ze, kaeran hini a zo etre an nenv hag an douar. Red eo studian Jezuz-Krist, rak hen eo ar wirione a renker kredi, an hent a renker heuilh, ar vue a renker bevan evit bezan salvet. C'houec'hvet devez warn-ugent a viz Ebrel Itron-Varia ar C'huzul mat Karante ar gristenien evit ar Werc'hez Vari he deus grêt d'e rei d'ezi kant ha kant lezhano dishenvel hag a zo kemeret, ar re gaeran aneze, d'ober he litaniou. Divezan zo bet laket enne eo an hini a Vamm ar C'huzul mat: Mater boni consilii, a garfen displegan hirie ar vravente hag ar wirione anezan. Itron-Varia ar C'huzul mat a zo enoret, dreist-oll, en Genazzano, eur gêrig vihan eus an Itali, tost da Rom. Ar gêr-ze a oa brudet, en amzer goz, evit bezan eul lec'h a zizurz. Goueliou bras a veze grêt enni bep bla en enor da Venus, doueez an hudurnez. Ar gristenien, dal ma c'helljont kaout an tu, a ziskaras ôter Venus hag a zavas en e lec'h eur chapel gaer en enor d'ar Werc'hez, el lec'h ma pedent anezi dindan al lezhano a Itron-Varia ar C'helou mat. War-dro hanter ar pempzekvet kantved, ar chapel-ze, koz mil bla, a oa prest da gouezan en he foull. Bezan e oa neuze, en Genazzano, eun intanvez vat, Petruccia he hano. Ar vaouez kez-man a oa rannet he c'halon o welet ar reuziou a skoë an Europ. An Durked, enebourien an hano kristen, o devoa kemeret Konstantinopl. Mistri oant en Albani. Petruccia a bede Doue da viret oute da zailhat war an Itali. Eun nozvez ma oa o pedi, e oe roët d'ezi da anaout e oa tôlen Itron-Varia ar C'huzul mat, en Skutari, en Albani, o vont da vezan douget da Genazzano, hag e c'houlenned outi sevel eur chapel en he enor. An intanvez santel ne chômas ket da hunvreal. Gwerzan reas an tammouigou leve he devoa, ha, gant an arc'hant a deuas d'ezi, e reas sevel eur chapel neve eus ar re gaeran, war dismantrou chapel goz Genazzano. Eleiz a c'hoarze ganti. « Oh ! emezi, gwelet a rei'et e teuio eun itron vras da chom er chapel neve-ze.» En miz ebrel 1467, al labour a oa peurc'hrêt, ha Petruccia a c'hede ar mirakl a oa prometet d'ezi gant ar Werc'hez. D'ar 25 a viz ebrel, eur zadorn, de ouel sant Mark, e oa gouel ha foar en Genazzano. Eleiz a dud a oa deuet en kêr. Diouz an abarde, eur sklerijen vras a darzas en eun tol; en nenv, moueziou êle a ganas, ha tôlen ar Werc'hez, douget war eur goumoulen, a yeas d'en em lakat ouz moger ar chapel neve, en tu an hent bras. Kerkent, ar c'hleier a zonas aneze o-unan; ar bobl strafuilhet a baouezas gant e varc'hajou hag e c'hoariou, hag a deuas da zaoulinan dirak an dôlen zantel. Gwerc'hez an dôlen a reas eur mousc'hoarz tener, evel evit saludi he fobl neve. Pa weljod ar burzud-ze, an daerou a ziredas puilh eus daoulagad an holl, hag eur youc'haden skiltrus, youc'haden a veuleudi, a lakas kêr Genazzano da dregarni. An de war-lerc'h e oa ar zul : ruiou ha plasennou kêr a oa re vihan diouz ar bardonerien a zirede heb ehan; ar re gosan a oa war an douar n'o devoa biskoaz gwelet kernend-all a dud (1). Tôlen Itron-Varia ar C'huzul mat n'eo ket bras : 45 san timetr a hed war 38 a lec'hed. Gwelet a rêr enni ar Werc'hez, soublet be fenn etrezek ar Mabig Jezuz, a zo gant e zaou zorn o vriata e vamm gant teneredigez. Ar gwel eus an dôlen-ze a zo awalc'h evit lakat an dud da garet ar Werc'hez, hag evit rei d'eze c'hoant da ren eur vue glan ha fur. An holl bardonerien gwitibunan henanzav. Loeiz Tosi, eun den speredek bras ha dornet kaer, d'an 11 a viz gouere 1747, a studias piz an dôlen hag a reas eun all diouti, gwellan ma c'hellas : « N'eus ket bet gallet, na ne vezo ket, emezan, ober tôlen ebet henvel awalc'h ouz honnez, rak penn ar Werc'hez ha hini ar Mabig Jezuz a zo kement a c'hened hag a deneredigez warneze, ma renker lavaret int grêt gant eun êl, kentoc'h eget gant eun den. Liouiou an dôlen a zo ken brao ma tleont dont kentoc'h eus an nenv eget eus an douar. » Eun dra-all zo c'hoaz, burzudusoc'h marteze, a welas Loeiz Tosi, er bla 1747, hag a bad bepred : An dôlen-ze a chom ouz ar voger, hep stag na harp en nep lec'h, er plas he devoa kemeret d'ar 25 a viz ebrel 1467. Pi IX a oa devot bras da Itron-Varia ar C'huzul mat, hag er bla 1864 ec'h eas da bardonan daveti. Us d'e dôl-labour en devoa eun dôlen grêt diouz hini Genazzano. Pi X eo en deus grêt lakat el litaniou al lezhan Mater boni Consilii. (1) Tôlen Itrou-Varia ar C'huzul mat, douget da Genazzano, a oa, pell a oa, en Skutari, en Albani. Hogen, er mare-ze, dre ma tostae an Durked, tud Albani a dec'he; daou vignion, Giorgi ha Sklavis, o welet an darvoudou skrijus a skoe o bro, a deue alïes da bedi Itron-Varia ar C'huzul mat. Eun devez e oe roët d'eze da anaout e oa an dôlen zantel o vont da vezan douget en tu-all d'ar mor, d'eur vro gwelloc'h hag etouez eur bobl kristenoc'h. Ar Werc'hez a c'hourc'hemenne d'eze, er memes amzer, mont da heul he zôlen. Eun nebent deveziou divezatoc'h, a greiz ma oant o pedi, e weljont eur goumoulen wcnn o tibradan skeuden Mamm Doue hag o tougen anezi etrezek ar c'huz-heol. Mont a rejont d'he heul. Treuzi rejont ar mor Adriatik war o zroad, evel sant Per gwechall, pac'h eas warzu ar vag oa enni Jezuz-Krist. Ar goumoulenn wenn a zervije da zisheolen d'eze en de ha da c'holaouen en noz. P'en em gavjont war-dro Rom, e kolljont ar gwel eus o zôlen vinniget hag e oent doaniet bras. Erfin. tud o tont eus Genazzano a roas hano d'eze eus o zenzor, hag a lavaras e oa en em gavet eno ar pez a glaskent, hag e yac'hae ar c'horfou hag an eneou. Giorgi ha Sklavis, pa glevjont ar c'helou mat-se, a ankouaas o glac'har hag a nijas warzu Genazzano. En em gavet eno, e stoujont dirak skeuden o Mamm vat hag e leverjont en devoa an dôlen zantel kuitaet an Albani, abalamour da bec'hejou ar vro-ze. Albaniz-all, kemeret gante hent an harlu arôk Giorgi ha Sklavis, a anavezas mat ive Gwerc'hez Skutari. An daou-man a chomas goude-ze en Genazzano, elec'h m'eman c'hoaz tiegez Giorgi. K E N T E L Ar c'huzul mat Ar pez a goll ar muian an den war an douar-man eo an ourgouilh. Kredi ra d'ezan bezan barrek awalc'h d'en em denn, ha koulskoude ne oar, anezan e-unan. dont a benn eus a netra, kouls lavaret. Ezom en deus kuzul. Ar c'huzul a zo eun ali roët d'eun all da zeski d'ezan an doare da zibunan eur guden luiet. Mat eo rei kuzul; eur ger a-wechou a zo trawalc'h evit miret ouz eun all da gouezan er gaou. Ez eo rei kuzul ; evel a lavare ar re goz : Ali ha holen A roër d'an neb a c'houlenn. Tenn eo, avat, gonlenn kuzul, rak dre eno ec'h anzaver ne ver ket barrek awalc'h d'en em denn an unan. Red eo, koulskoude, goulenn kuzul, pa vezer war var, ar pez a digouez ganl an holl, gwech pe wech. ha goulenn kuzul digant unan hag a zo goest da guzulian ervat, rak an darn vrasan eus an drougou a zigouez abalamour ne gemerer ket a guzul, pe abalamour ar c'huzul kemeret a zo fall. Eur c'huzulier mat, n'eus netra talvoudekoc'h. Eur c'huzulier fall, n'eus netra gwasoc'h, rak, eme Jezuz-Krist, ma teu eun den dall da ren eun dall-all, e kouezfont o-daou en doufle. Eleiz a zo er baradoz, abalamour m'o deus klasket kuzul; eleiz a zo er baradoz, abalamour m'o deus bet eur c'huzut mat; eleiz a zo en ifern, abalamour m'o deus grêt o fenn o-unan, pe abalamour m'o deus bet eur c'huzul fall. Hogen, goude ar Spered-Santel, an Itron-Varia eo an hini barrekan da guzulian ervat ar c'hristen, abalamour m'eo an hini zo bet kuzuliet ar gwellan gant he fried, ar Spered-Santel. Mari a oe kuzuliet mat, pa lakas en he spered miret he gwerc'hded; Mari a oe kuzuliet mat p agomzas d'an êl evel ma reas; Mari a oe kuzuliet mat pa roas he ger evit bezan Marnm da Zoue; Mari a oe kuzuliet mat pa zestumas ha pa viras en he c'halon kement komz a goueze eus genou he Mab Jezuz; Mari a oe kuzuliet mat pa anavezas e oa dleet d'he Mab gouzanv poaniou garo ha kaout eur maro mezus, pa ginnigas anezan da Zoue an Tad, evit dasprenan eneou e vreudeur. Mari eo an hini a zo bet kuzuliet ar gwellan; Mari eo ive an hini a oar kuzulian ar gwellan; Jezuz-Krist en deus roët anezi da Vamm d'imp holl. Hogen, ar pez a ra, dreist-oll, eur vamm, eo rei kuzul d'he bugale. Seizvet devez warn-ugent a viz Ebrel SANTEZ ZITA Gwerc'hez ha matez (1218-1288) Zita a c'hanas er bla 1218, en eun ti diwar ar mêz, demdost da ger Lucq, en Itali. Kentan hano a zeskas d'ezi he mamm, a oe hini Jezuz, ha kentan tra a zeskas d'ezi ober oe juntan daou zorn, sevel he daoulagad etrezek an nenv ha lavaret : «Hon Tad hag a zo en nenv, karet mat ho pugel» Pa rê eun dra bennak ha ne oa ket mat, he mamm, evit he gourdrouz, a lavare hepken : «Ma merc'h, ar pez a rez ne ra ket a blijadur da Zoue»; kerkent, ar c'hrouadur a baoueze. D'he daouzek vla, he zad a lavaras d'ezi : « Ma merc'h, emezan, red eo d'imp en em zispartian; da vamm a zo kabac'h; ezom hon deus eus da zivrec'h; en em erbed ouz Doue hag e vezo da skoazel 'n ez holl ezommou ! » An de war-lerc'h, Zita a yee da Lucq da zerviji. En em gaout a reas da gouezan en ti eur marc'hadour pïnvidik, e hano Fatinelli, eleiz a zervijerien dindannan. Eur mestr mat, nemet oa eun tamm ter. Zita a oe bepred sentus outan, evel ouz he zud, ha dereat bepred en he c'homzou, goude ma vijed dizoare en he c'henver. Ar pez a lavared d'ezi ober a veze grêt, ha war an tol; an dorn el labour hag ar galon en Doue, hennez oa he ger. Pe e vije o labourat dirak he mestr, pepell diouz e zaou-lagad, memes tra 'oa; dont a reas he mistri da gaout enni pep fizianz. Kement-se ne rê ket afer ar zervijerien-all a deuas da gaout aon na vije diskuilhet ganti o zroiou kamm. Setu m'en em lakjont da drouk-prezek diwar he fenn hag o drouk-prezegerez a oe selaouet. Zita, goude bezan bet an hini gwelet gwellan, a deuas da vezan an hini gwelet fallan. Hag an dra-ze a badas meur a vla; ar vatez santel, elec'h en em glemm, a drugarekae Doue da vezan roët d'ezi eul loden eus e groaz da zougen. Eun devez ma oa o vont da rei eun davancherad restajou bara d'ar beorien, e kavas he mestr war he hent, a c'houlennas outi, war eun ton garo, petra oa ganti o vont adarre eus e di. Zita, o tigeri he davancher, a lavaras : «Bleuniou int, emezi ;» hag en gwirione, ar bara a oa troët en bleuniou eus ar re vraoan. Derc'hel a reas gant he hent; p'en em gavas gant ar beorien, ar bleuniou a oa troët adarre en bara. Ar burzud-ze a lakas Fatinelli da gemer adarre kement a fizianz en e blac'h ma roas d'ezi e vugale da zevel. Zita he devoa grêt le da chom gwerc'hez, hag he devosion da Vamm Doue a roas d'ezi grasou nerzus awalc'h d'hen miret epad he bue. Eun devez, unan eus ar re a oa servijerien er memes ti ganti a glaskas he dougen d'an droug; mes ar verc'h santel, aonik peurliesan, koulskoude, a gignas gant he ivinou dijod an divergont-se. He devosionou ne rent ket d'ezi lezel he labouriou d'ober. Lavaret a rê : « Eur zervijerez lezirek, arabad ober eur plac'h devot anezi, rak an dud eus bon renk hag a c'hoanta diskouez bezan devot, n'int nemet falz-devodezed pa ne vezont ket troët war al labour ! » Mervel a reas da dek vla ha tri-ugent (1288). Korden sant Fransez a oe kavet endro d'ezi, goude he maro, stardet kement ganti endro d'he c'horf ma oa goloet gant he c'hroc'hen. Ar miraklou a c'hoarvezas war he be a oe ken niverus ma teuas ar c'hiz da zon kleier iliz Sant-Fridien, bep-hini a c'hoarveze. Eun devez, eun den a vor, Mandriano Torsello, o welet kas eur paourkez mac'hagnet war he be, a 'n em lakas d'ober gwap eus an dougerien : « Bah ! emezan, kaset an den-ze d'an douar hag e pareo buhannoc'h. » Var an to, e teuas mut hag an de war-lerc'h ar beure e oe gwelet o vont da iliz Sant-Fridien, unan eus ar re gentan, ha war bennou e zaoulin war ve ar zantez, e c'houlennas outi e bardon. Goude-ze ec'h eas, diarc'hen ha diskabel, eur gorden endro d'e c'houg, d'ober tro ilizou-all kêr. Pa zizroas da iliz Sant-Fridien, e teuas ar gomz d'ezan. K E N T E L Doare ar bed eo, lad o vont, lod o tont Pell a hent a zo etre an dud; darn a zo yaouank ha darn a zo koz; darn a zo bras ha darn a zo bihan; darn a zo gouiziek ha darn a zo dizesk; darn a oar en em denn ha darn ne ouiont ober netra; n'eus ket daou den henvel. Evit ma yelo ar bed endro, pep-hini a renk bezan en e renk : al labourer-douar en e diegez; ar c'halve en e di labour; ar marc'hadour en e stal; an doktor e-mesk e levriou; ar mlliner en e vilin, hag al laer en e brizon. Pep-hini en e vicher, hag an treo a yelo en dro ! Mar doc'h eta servijerien, bezet servijerien vat : Tud a lealded, na gemeret ket tra ho mestr evidoc'h ho-unan; na roët ket anezan d'eun all; na lezet ket ar re-all d'e gemer; na lezet ket anezan da vont da goll; grêt evitan evel a rafec'h evit ho tra ho-unan ; Tud a gonsianz, a labouro kouls pa ve ar mestr war al lec'h evel pa ne ve ket ; Tud a zoujanz, a viro brud vat ar mestr hag a vezo bepred dereat en e genver; Tud a zentidigez, a raio diouz o mestr keit ha ma c'hellfont ober dioutan, hep dizenti ouz ar mestr bras a zo en nenv. Bezet servijerien vat, karet ho renk, en em dennet enni evit ar gwellan, ha Doue a gavo ennoc'h danve mistri vat; sevel a refet e keit ma vezo re-all o tiskenn. Doare ar bed eo : lod o vont da vistri, lod o tont da zervijerien. Eizvet devez warn-ugent a viz Ebrel Sant Pol ar Groaz Diazezour Urz ar Basionisted (1694-1775) Pol a c'hanas d'an 3 a viz genver 1694, en eskopti Acqui, en Itali. Adalek e vugaleac'h, e karas an Otrou Doue, muioc'h evit ar re-all eus e oad; e bli-jadur oa zevel ôteriou bihan ha mont da bedi en o c'hichen; ober pinijen gant e vreur Yan-Vadezour bla yaouankoc'h evitan. D'ar gwener, en enor da Basion Hon Zalver, ne gemere nemet eun tamm bara. Ar Werc'hez a ziskouezas d'ezan oa he c'hoant e welet o sevel eun Urz menec'h a zougje dilhad du, en kanvou da varo Hon Zalver. Seiz vla goude, gant ôtre ar pab Beneat XIII, e tiazeze e Urz neve en Rom, ha d'ar 7 a vezeven 1727, ar pab e-unan hen belege, hen hag e venec'h kentan. Ger an Urz oa : « Passio domini nos tri Jesu-Christi sit semper in cordibus nostris : Ra vezo dalc'h-mat en bon c'halonou Pasion Hon Otrou Jezuz-Krist. » C'hoant an Urz oa : digas war an hent mat ar bec'herien, an heretiked, ar baganed, ar re holl a oa dianket, ha prezek ar binijen dre skouer, kenkouls ha dre gomz. Ar Basionisted, dre le, a dlee rei d'anaout, muian m'halljent, an devosion da Basion Hon Zalver. Gwiskamant an Urz a oa du; bale diarc'hen, gant eur chapeled ouz ar gouriz; eur galonen wenn war ar peultrin gant ar gerïou-man: «Jesu Christi Passio», ha tri dach dindan. Urz ar Basionisted a greskas, dreist-oll, en Itali hag en Bro-Zôz. Pol ar Groaz a bede heb ehan evit konversion Bro-Zôz. Dal m'en em dôle da bedi, a lavare eun devez, ar rouantelez reuzeudik-se a deue war e spered : « Hanter-kant via zo breman, hag ouspen, ma pedan evit ma teuio bugale gez ar vro-ze da azezan adarre war barlen hon mamm zantel an Iliz. » An drouk-spered hag e vevelien a glaskas ober gaou ouz ar Basionisted. Drouk-prezeget e oe dioute da Veneat XIVt a reas ober eun enklask da c'houzout ar wirione. An dra-ze ne dalvezas nemet da lakat santelez Pol ha hini e genvreudeur da skedi muioc'h-mui, hag ar pab, p'a welas ne oa bet grêt nemet troadan geler en o eneb, a roas djeze eun testeni anat eus e garante, o rei d'eze unan eus ilizou brasan Rom da brezek enni Jubile bras 1750. Ar pabed-all war-lerc'h a garas ive ar Basionisted. Klemant XIV, o vezan klevet oa klanv Pol, ha n'en devoa mui eiz de zoken da vevan, herve an holl velesined, a c'hourc'hemennas d'ezan parean, en hano ar zentidigez. Ar zant, o klevet petra lavare d'ezan ar pab, a zavas en e goaze. « Ma Jezuz krusifiet, emezan, c'hoant am eus da zenti ouz ho Vikel ! » Ha war an tôl en em gavas pare. Pol a lavare alïes d'e venec'h bezan aketus d'ar beden ba karet ar baourente. « Pa oamp tri, emezan, an Otrou a zigase d'imp magadurez evit tri; pa oamp dek, hon deveze magadurez evit dek ; breman, pa 'z omp niverus, e tigaso magadurez evi-domp holl. » N'hon deus nemet bezan mat, senti ouz hon reolen, ha n'hon devezo diouer eus netra. » Ma vezet paour, e vefet santel; ar Basionisted a die bezan distag diouz an holl dreo krouet. Paour e tleomp bezan a spered ha distag diouz pep tra. » Ma vezomp tud troet da bedi, Doue a 'n em zervijo ac'hanomp, daoust pegen dister omp, evit ober treo burzudus. » Sevel a reas ive eun Urz Pasionistezed. Ar manati kentan evite a zigoras e zoriou d'an 3 a viz mae 1771, de ouel ar Groaz kavet. Pol a Varvas d'an 18 a viz here 1775. Ar pab Pi IX hen lakas war roll ar zent, er bla 1867. K E N T E L Pasion Jezuz-Krist Ar c'rusifi a zo eul levr hag a gaver en dorn an holl ; e gaout a rêr en godel pep kristen, en iliz hag er gêr, en kreiz ar berejou hag en kern ar meneziou. N'eus levr ebet hag a dlefemp digeri ken alïes ha hini Hon Zalver slag ouz ar groaz. Ar gwel eus ar c'hrusifi a zo trawalc'h evit, digas en spered ar c'hristen eleiz a zonjezonou mat. An den eürus Albert ar Bras a lavar eo talvoudusoc'h pleustri war Basion Hon Zalver eget n'eo yun diwar bara ha dour hag en em skourjezan betek ar gwad. « An Otrou Doue, eme santez Jertrud, a dôl eur zell karantezus war an hini a zonj en e varo ankenius. » « Pasion Jezuz, eme sant Bernard, a vruzun ar vein, da lavaret eo, ar bec'herien kaledet. » N'eus ket gwelloc'h skol, eget skol ar Groaz, evit. mont da zant. Sonjomp eta alïes er poaniou a c'houzanvas Jezuz evit hon zilvidigez, hag unanomp hou re gant e re, bepred ha bemde. Eveltan, dougomp hon c'hroaz; arabad eo he stlejan ; arabad eo he zroc'han; arabad eo he c'huzet; dougomp anezi uhel, heb ardou lia hep klemmou. Dre ar groaz e pigner er c'hloar : per crucem, ad lucem. Navet devez warn-ugent a viz Ebrel Sant Per a Veron Merzer (1206-1252) Per a oa ginidik eus a Veron, en Itali. E gerent a oa manicheaned. Hogen, ar Vanicheaned a oaen amzer-ze ar pez m'eo ar Franmasoned en amzer-man. Troet war an hent fall evel ma oant, tud Per ne c'houlennent ket gwell eget gwelet o mab o vont d'o heul. A drugare Doue, en Veron ne oa mestr-skol ebet diouz o zu, ha Perig, er-mêz eus ar gêr, a dapas eur gelennadurez vat ha kristen. Eun abarde ma oa o tont eus ar skol, ec'h en em gavas gant eur eontr d'ezan, eun advokad, manichean penn-kil-ha troad. - Petra teus desket hirie ? emezan. Hag ar bugel, ken dinec'h ha tra, da lavaret : - Me a gred en Doue, an Tad Holl-C'halloudeg, krouer an nenv hag an douar... - Ro peuc'h, eme ar eontr, war eun ton garo, ro peuc'h. Mes ar c'hrouadur dispont a yeas betek penn e gentel. - N'eo ket gwir ar pez teus lavaret, eme an advokad; Doue en deus krouet an nenv, mes an diaoul eo en deus krouet an douar ! Ar Vanicheaned a glaske rei da gredi e oa daou Zoue, unan hag a grouas an nenv ha kement a zo ennan, hag eun all a grouas an douar ha kement a zoug. Touellerez Satan eo ne devoa laket ar greden-ze d'en em astenn. C'hoant en devoa, an êl lorc'hus zo anezan, da vezan adoret ha servijet evel doue, evel doue ar bed-man, doue ar blijadur, doue an hudurnez, doue al lonkerez, doue ar gwall-dechou, hag ar re a vije bet e zervijerien er bed-man a vije e sklavourien er bed-all. Perig a respontas d'e eontr : « An diaoul, emezan, n'eo nemet eur c'hrouadur dizent, zo laket gant Doue en pinijen hag a chomo en pinijen epad an holl eternité. » An advokad, yennet gant eur bugel seiz vla, a reas e glemm d'an tad : « Arabad eo kas ken ar pôtr-ze d'ar skol, emezan, rak, anez, e heuilho ar relijion gristen, e teuio da vezan desket hag e raio gaou bras ouz hon c'hostezen ! » An tad a c'hoarzas o klevet e vreur : « Kredennou eur c'hrouadur seiz vla, emezan, daoust hag ezom zo d'ober van oute ? » Koulskoude e tennas e bôtr eus skol gristen Veron hag e kasas anezan da skol-veur Bologn; mes hounnez a oa ken kristen-all, ha deskadurez kalz uheloc'h a veze roët enni. Eno, pell diouz e dud, Per a 'n em stagas da vat ouz lliz Rom; ober a reas anaoudegez gant sant Dominik, ha, da c'houezek vla, e c'houlennas gwiskan saë e Urz. Eur wech beleget, en em dôlas da brezek dre an Itali-uhellan. E zantelez hag e viraklou a harpe e gomzou hag a roë d'eze eun nerz dispar. Alïes an ilizou a veze re vihan diouz an dud a zirede d'e selaou, hag e veze red d'ezan mont da brezek war ar plasennou. Ar Vanicheaned, a golle gantan dre mac'h ee, a deuas da gaout kement a gâs outan, ma rojont arc'hant da zaou zen fall evit e lazan. D'ar 5 a viz ebrel 1252, Per a oa o vont eus a Rom da Vilan, pa oe darc'haoet gantan, en Barlasina, eun tol bouc'hal en e benn. An den santel a gouezas d'an douar hanter-varo, hag o c'hlebian e vizied gant e wad, e skrivas war an douar : « Me a gred en Doue. » Ar muntrer-all a zarc'haoas eun tôl-all gant ar zant, a yeas betek ar galon hag e lazas mik. Per n'en devoa c'hoaz nemet c'houec'h vla ha daou-ugent. War e ve e c'hoarvezas kement a viraklou ma oe laket e hano war roll ar zent, eur bla hepken goude e varo, gant ar pab Innosant IV. K E N T E L Ar Franmasonerez Ar Franmasonerez a zo eur vreuriez euzus, mar zo unan, a labour dre guz ha gwasan m'hall, da ziskar ar relijion, an tiegeziou hag ar rouanteleziou. He izili a gemer an hano a Franmasoned, abalamour, war a lavaront, o c'harg eo sevel a-neve templ Salomon. Red eo mont dre ar Venec'h ru betek ar Vanicheaned evit kaout ar vammen aneze. Al loc'hen gentan a zavas ar Franmasoned er Frans a oe grêt eu Pariz er bla 1725; hanter-kant vla goude, e oa ouspen pevar-ugent dre ar vro; kant hanter-kant vla goude, er bla 1875, e oa 400 lochen ha 400.000 Franmason; dre ar bed holl, e c'hell bezan 12.000 lochen, daou pe dri villion a Franmasoned o tarempredi aneze. Ar Franmasonerez a zo bet kondaonet : D'ar 27 a viz ebrel 1738, gant ar pab Klemant XII ; D'an 18 a viz mae 1751, gant ar pab Beneat XIV ; D'an 13 a viz gwengolo 1821, gant ar pab Pi VII ; D'an 13 a viz meurz 1825, gant ar pab Leon XII ; D'ar 25 a viz gwengolo 1865, gant ar pab Pi IX ; Ha d'an 20 a viz ebrel 1884, gant ar pab Leon XIII. Ar Franmasoned a zo tud ha n'heller ket hanter ziskuilh o fallagriez, nag hanter stourm oute. I eo p deus digaset dispac'h 1789; i eo o deus laket dibennan ar roue Loeiz XVI; i eo a had, heb ehan, an dismanlr dre ar rouanteleziou; i eo a hij hag a zihij Kador sanl Per, gant eur gounnar-ifern, en esper he diskar; i eo o deus krouet, en o lochennou hudur, kement lezen fallakr a wask ar gristenien; i eo o deus digaset lezen an divors (1884), evit dismantr an tiegeziou; lezen ar skol dizoue (1882), evit koll ar vugale; lezen an disparti (1905), evit mougan an Iliz. An Iliz ne vezo biken disharet, kaer o devo ar Franmasoned hag o mestr, an drouk-spered, skei warni, abalamour m'eman dorn Doue ouz he derc'hel en he zav; mes diouz ma poanio he bugale da viret he gourc'hemennou, da anzao he C'hredo ha da zifenn he gwiriou, e lufro muioc'h pe nebeutoc'h. Tregontvet devez a viz Ebrel Santez Katel a Zienn Gwerc'hez Trede-Urz sant Dominik (1347-1380) « Alleluia, alleluia ! Katel a lufr muioc'h evit ar stered holl a-unan, hag he gloar a gresko da viken hini ar gwerc'hezed. alleluia ! » Bezan e oa gwechall, en Sienn, kêr galonen an Toskan, eun tiegez kaer, pemp krouadur warn-ugent enni; an tad, Giacomo di Benincasa, liver dre e vicher, hag ar vamm, Lapa, skouer ar gwrage kristen, a zave o bugale en doujanz Doue. Unan eus ar merc'hed yaouankan, Katel, dre zantelez dispar he bue, a vrudas dre holl he hano hag he bro. Karet a rê sioulder ar mêziou, kan al lapoused, gened ar bleuniou, trouz an avel. Ene an treo a zouge he hini warzu Doue. Da bemp bla, Katel a ouie an Ave Maria, ha dalc'h-mat e veze o lavaret ar bedennig-ze, pe er gêr pe en iliz. Dastum a rê endro d'ezi ar vugale-all eus he oad hag e lake aneze da bedi ha da yun evelti. Da seiz vla, en harz treid skeuden an Itron-Varia, e reas le da chom hep kaout pried-all ebet war an douar nemet Hon Zalver Jezuz-Krist, hag adalek neuze e valeas, a gammejou bras, war hent ar zantelez. Da ugent vla, e oa deut ha ne veve nemet diwar bara, dour ha louzeier kri. War he c'horf e veze bepred eur gouriz reun, hag en em skourjezan a rê allïes betek ar gwad. Deut oa ha ne oa netra anezi nemet kroc'hen hag eskern. He c'horf, laket er stumm-ze, ne oa mui goest da viret outi da welet ha da vriata he fried muian-karet, Hon Zalver Jezuz-Krist. Goulenn a reas bezan digemeret en Trede-Urz sant Dominik, ha gwiskân a reas dilhad an Urz-ze, ar zaë wenn, skeuden ar c'hlanded, hag ar vantel du, skeuden an humilite. An diaoul, koulskoude, a glaskas he stlejan en fank ar pec'hed; lakat a reas diraki, epad meur a zevez, skeudennou divalo; ar zantez a zizroë raktal he fenn, a bede a greiz he c'halon hag a anzave ouz Doue sempladurez ha paourente he ene : an toueller a dec'has hag Hon Zalver a 'n em ziskouezas d'ezi, stag ouz ar groaz. - Pelec'h, eme Gatel, e oac'h, Otrou, epad ma oa sôtret ma spered gant ar skeudennou divalo-ze ? - 'N ez kalon, ma rnerc'h, a lavaras Jezuz, hag e oa eun dudi evidon gwelet pegen start e talc'hes d'in epad ar stourmad-ze. Seul-vui oa arru mat gant Doue ha seul-vui oa kasaet gant an drouk-spered. Eun devez, hag eleiz a dud a oa war al lec'h, e oe stlapet en eun tan bras. Mes n'he devoe droug ebet. Ar re a oa eno a chome sebezet : « Oh ! emezi, n'eo ket ar boan d'ac'h ober van. Al loen fall eo a zo o c'hoari e benn ! » He dudi oa tostât ouz tol ar zakramant, ha bemde e kommunie. Testou o deus anzavet bezan gwelet an hosti sakr o tec'hel eus adre bizied ar beleg hag o nijal, anezi he-unan, war muzellou Katel daoulinet ouz an dôl zantel. He flijadur oa ober aluzen, klask ar beorien inezus ha kas d'eze, dre guz, ar pez a c'helle o zikour en o ezommou. Hi, ha ne oa bet biskoaz en skol ebet, p'en em lakas da gelenn he c'henvroïz, war ali ar Spered-Santel, a lakas an hollmantret, ken uhel oa he gouiziegez. Eviti, hent ar zantelez oa karet Doue ha gouzanv abalamour d'ezan. A bep tu e teued d'he selaou. En Sienn e oa trouz etre ar familhou brasan; Katel o lakas d'en em glevet ha d'en em garet. Ar pez a rê he zristidigez oa gwelet an nebeut a emgleo a oa neuze war an douar : ar rouanteleziou ne rent nemet en em heskinat hag ar boblou en em zispenn. Da varo Beneat XI, ar gardinaled, en em dastumet en Perouz, a zavas war Grador sant Per Bertrand de Got, arc'heskob Bourdel, a gemeras an hano a Glemant V. Kurunet e oe en Lyon, d'ar 14 a viz du 1305. Yan II, duk Breiz, hag a oa krog en penn marc'h ar pab neve d'ober tro kêr, goude lidou ar gurunedigez, a oe flastret dindan eur voger a gouezas gant ar bec'h tud a oa warni, hag a varvas daou zevez goude; ar pab a oe diskaret diwar e aneval. Skeuden drist eus ar gaou a reas ive ouz galloud an lliz ar pabed a bellaas o c'hêr diouz be sant Per. Pemp dustu (1), dre ma kavent e oa re a drouz en Rom, a vevas eu Avignon. Koulskoude, kêriz Rom a glemme. Katel a deuas a benn da lakat Gregor XI (1370-1378) da zizrei da gêr goz ar pabed. Pôtred Floranz a glaskas miret outan; 10.000 Breizad a deuas prim a benn aneze. Gregor o fardonas, hag er bla 1377 e oa digemeret gant ar Romaned en kreiz al levenez hag ar bleuniou. Urban VI, au hini a azezas war Gador sant Per war-lerc'h Gregor XI, a c'halvas Katel davetan hag a c'houlennas meur a wech he ali. Arôk mervel, he devoe an dristidigez da welet lliz Jezuz-Krist rannet en diou gostezen : darn a anaveze evit pab Urban VI; darn-all, ha ne gavent ket Urban diouz o giz, o devoa hanvet eun all, Klemant VII. An diou gostezen-ze a dlee padout nao bla ha tregont. Ma en dije Urban VI heuilhet prim awalc'h an aliou mat roët d'ezan gant Katel, n'eo ket lavaret e vije bet padet an dizunvaniez keit ha ma padas. « Oh ! ma Doue, a lavare alïes ar verc'h santel, bruzunet ma eskern, mar karet, mes selaouet ar pedennou a gasan warzu ennoc'h evit ho Vikel ! » Mervel a reas da dri bla ha tregont, d'an 29 a viz ebrel 1380. Pi II he lakas war roll ar zent, eur bla ha pevar-ugent hepken goude he maro (1461). Pi IX, d'an 13 a viz ebrel 1860, he hanvas da eil patronez Rom. (1) Klemant V (1305-1314=; Yan XXII (1316-1334); Beneat XII (1334-1342); Klemant VI (1342-1352) ; Innosant VI (1332-1862). K E N T E L Dizro ar Pab Sant Per, dibabet evit bezan penn an lliz gant Hon Zalver Jezuz-Krist. a deuas da chom da Rom (42) hag a varvas eno (67). Eskibien Rom eta, hag i hepken, a zalc'h plas sant Per hag a vir e c'halloud. Ar pab eo eskob Rom, hag en amezeriou trist m'en deus bet renket tec'hel ac'hanz, e c'helle lavaret gant gwirione : «Rom n'eman mui en Rom : Rom a zo en he fez elec'h m'emon o chom. » Ar pab a zo e gêr en Rom; eno eo den an holl, dre n'eman dindan den ebet; eno, ar gristenien, n'eus forz eus pe vro e teuont, a 'n em gav holl er gêr, pa vezont en e di; er-mêz eus a Rom, ar pab en deus doare da vezan den ar bobl a ro digemer d'ezan, hag e koll evelse eus e c'halloud. Miz Mae AN AMZER GOUDE AR PANTEKOST Aboue an Azvent betek ar Pantekost, an Iliz ke deus dispaket dirakomp, tôlen ka tôlen, rre lidou ka pedennou kaer, bue Kon Zalver Jezuz-Krist ka mysteriou ar relijion. Pep gouel, pep myster en devoa e liou, e vlaz, e vertuz; digas a rê d'e heul, 'barz ine ar c'kristen, eur c'kras ispisial, kag an koll grasou-ze en em gleve da stumman anezan diouz stumm ar C'hrist, an hini oa ar vammen aneze. Ar Spered-Santel a oa e garg peurober al labour-ze ka ckom gant an ine, da harz na vije dismantret. Adalek ar Pantekost betek an Azvent, ar c'hristen eta a zo anezan 'vel eun eil Krist, o vevan diouz ar vue dreist-natur diwanet en e greiz epad al loden gentan eus ar bla. O vezan unanet gant Doue, e zaoulagad a zo karget mui-ouz-mui a sklerijen, e galon a nerz, gant ar mysteriou hag ar goueliou a c'hoarvez er c'houlz-man ; o c'helennadurez a sko don ennan : goueliou an Drinded, ar Galon-Zakr, re ar Werc'hez Vari hag ar Zent a ginnig pep-hini eur vagadurez c'houek a ra d'ezan 'n em stagan gant dudi ouz kement a zo abeurs Doue ha 'n em distagan a galon vat ha gant prez eus holl dreo divins ha noazus an douar. E kerz an amser goude ar Pantekost, an ine, bet krouet enni bue ar c'hras, a zo, 'vel pa lavarfen, o tarevi ke freuz dindan grouez ar Spered-Santel. Koulskoude, ar vue n'eo ket achu hag an emgann a bado keit ha hi. Setu perak, goude tremenet amzer ar Pantekost, an Azvent a dizro adarre hag a adkrog da stumman gwelloc'h-gwell ar c'hristen diouz hon Zalver Jezuz-Krist. Evelse vo bep bla, ken ma vo achu reuz ar vue-man, ka tizet ganimp. 'n eun doare gwell pe welloc'h, ar skouer dizoloet dirakomp, skouer an holl barfetegez, ar C'hrist. Miz mae a zo gwestlet da enori an Itron-Varia, Mamm Doue. Peurvuian, en tiegeziou hon bro, eman ar gustumans vat da lenn, bep nos, Miz Mari, war-lerc'h Bue ar Zent, epad ar miz-man. Netra gwell eget derc'hel gant ar c'hiz-ze elec'h eo bet miret betek hen, hag he adsevel elec'h eo bet koueet. Setu aman kanoiou levriou Miz Mari, en brezoneg Treger pe Leon, kag a vije gallet lenn en tiegeziou kristen : Levr Bugale Mari, gant an ôtrou Chatton (yez Treger) ; Miz Mari ar C'halvar, gant an ôtrou Kerjan (yez Leon). Kentan devez a viz Mae SANT PHILIP HA SANT JAKOB Ebestel En devez war-lerc'h m'en devoa Jezuz grêt anaoudegez gant Andre, Yan ha Simon, en em gavas gant Philip hag e lavaras d'ezan : « Deus ganin ! » Philip a zentas, hag en eur vont gant an hent, diouz klevet Jezuz o komz, ec'h anavezas anezan evit bezan ar C'hrist. Mall e oe gantan kas ar c'helou d'e vignon Nathanaël, a gavas azezet dindan eur wezen fiez. - Kavet hon deus, emezan, an hini a gomzer anezan en lezen Moyzez hag er Brofeted : Jezuz Nazareth eo, mab Jozef ! - Petra, eme Nathanaël, daoust hag eun dra vat bennak a c'hell dont eus a Nazareth ? - Deus da welet ! eme Philip; hag ec'h ejont o-daou. Jezuz, pa welas Nathanaël, a lavaras : - Setu aman eur gwir vab da Israël, ha n'eus ket a wi ennan. - Penôs, eme Nathanaël, e c'hellet-hu anaout ac'hanon ? - Philip n'en devoa ket c'hoaz galvet ac'hanout; pa oas dindan ar wezen fiez, me 'm oa da welet ! - Otrou, eme Nathanaël, c'houi eo Mab Doue; c'houi eo Roue Israël ! - Petra, eme Hon Zalver, abalamour m'am eus lavaret d'it : « Da welet am eus dindan ar wezen fiez, » e kredez ? Traou-all a weli souezusoc'h. En gwirione, en gwirione, m'hen layar d'ac'h, gwelet a refet an nenv digor, hag êle Doue o pignal hag o tiskenn war mab an den ! Tri de goude, Philip a oa en eured Kana hag a wele eno Jezuz oc'h ober e virakl kentan, war c'houlen ar Werc'hez Vari. Er bla war-lerc'h, e oe dibabet evit bezan unan eus an daouzek abostol. Pa zavas c'hoant gant an Otrou da vagan ar bobl diredet d'e selaou, hag a oa hep tamm, eur gwall bennad a oa, ouz Philip hag a anaveze ar vro oad enni, eo e c'houlennas : - Eus a belec'h e kavfomp bara da vagan ar re-man ? - Daou-c'hant dinerad, eme Philip, n'eo ket re da rei e damm da bep-hini ! Jezuz en devoa grêt ar goulenn-ze outan da welet petra lavarje, rak hen a ouie ervat ar pez en devoa d'ober. Da Zul-Bleuniou, goude eun digemer kaer grêt da Jezuz en Jeruzalem, paganed a 'n em erbedas ouz Philip, evel ouz unan eus ar re dostan d'an Otrou, hag a lavaras d'ezan : « Ni fell d'imp gwelet Jezuz. » Philip a gomzas diwar o fenn da Andre hag o-daou e kinnigjont an diavêzidi-ze d'o Otrou. D'ar goan divezan, evel ma oa Hon Zalver o komz d'an Ebestel eus an Tad a zo en nenv, e lavare : - Mac'h aaavezet ac'hanon, ec'h anavezet ma Zad. Philip ne gomprene ket. - Otrou, emezan, grêt d'imp gwelet an Tad hag e vezo trawalc'h ! - Petra, eme Jezuz, keit-all a zo emon ganac'h, ha n'am anavezez ket, Philip ? An neb en deus ma gwelet, en deus gwelet ma Zad. Penôs e c'hellez neuze lavaret : diskouezet d'imp an Tad ? » Ha ne gredez ket ec'h on en Tad hag eman an Tad ennon ? » Ar c'homzou a lavaran d'ac'h n'int ket ma c'homzou, nag an oberou a ran, ma oberou; an Tad hag a vev ennon eo o gra, hen e-unan. » N'eus ket en Aviel a gomzou sklêroc'h evit ar re-ze, da ziskouez oa Jezuz-Krist Doue. Goude m'oa diskennet ar Spered-Santel war an Ebestel, Philip a yeas da brezek ar le d'ar Sithi hag a lakas tud ar vro-ze, kouls lavaret holl, da drei war ar fe gristen. Goude e teuas er Phriji. En Hierapolis, e oe staget ouz ar groaz ha bruzunet a dôliou mein, d'an de kentan a viz mae. Relegou sant Philip a oe douget goude da Rom, elec'h m'o mirer abaoue. Jakob, mab Kleophas, a oa kenderv da Jezuz; genel a reas en Kana, er Galile. Goude ma pignas Jezuz-Krist en nenv, e oe dibabet gant an Ebestel-all da chom da eskob en Jeruzalem. Eleiz a Judevien a lakas da anaout Jezuz evel Salver ar bed. Karout a rê tremen gant nebeut a dra. Ne zebre tamm kig ha n'eve banne gwin ebet morse. Pedennou hirr a rê. Dre forz chom pell war bennou e zaoulin, e teuas ar c'hroc'hen warneze da vezan ken kalet ha hini eur c'hanval. Er bla 51, an Ebestel a 'n em vodas en Jeruzalem, d'en em glevet diwar-benn al lezen goz, ne oa mui red heuilh he gourc'hemennou, hag al lezen neve a dlee bezan laket he-unan da ren hiviziken. Jakob a gomzas er c'honsil-ze; diskouez a reas oa galvet an holl da heuilh al lezen neve hiviziken, ar Judevien kenkouls hag ar baganed; koulskoude, evel evit sebelian gant enor al lezen goz, e c'houlennas ma vije lôsket ar Judevien badezet d'ober diouti c'hoaz eur pennad, war meur a dra. Pa oe laket sant Pol er prizon, e c'hellas en em denn eus adre daouarn ar Judevien, o kas an afer da Rom. Ar re-man a oe ken kounnaret o welet an abostol bras o tiflipan eus adre o daouarn ma 'n em gemerjont ouz Jakob a stlapjont diwar c'horre an Templ war e benn d'an traou. E verzerenti a zigouezas er bla 62. Kaeran tra zo chomet a zilerc'h sant Jakob eo al lizer skrivet gantan d'ar Judevien hag a zo komzet ennan eus an nouen : « Ma zo unan klanv bennak en ho touez, eme ar zant, ra lakaio beleien an lliz da zont d'e gaout, hag e pedfont warnan hag e lakfont eoul war e izili, en hano an Otrou. » Ha peden ar fe a zalvo an den klanv hag an Otrou a dorro d'e boan, ha ma zo pec'hejou war e ene, e vefont lemet (1). » (1) Lizer sant Jakob. 14, 15et koublad. K E N T E L An Nouen Konsil Trant a lavar : « Ma teu unan bennak da lavaret n'eo ket an nouen eur zakrarnant gwirion savet gant Jezuz- Krist, hon Otrou, hag embannet gant sant Jakob, mes hepken eul lid gourc'hemennet gant an Tadou pe savet gant an dud, ra vezo milliget ! » An nouen eta a zo unan eus seiz sakrarnant an Iliz; savet eo gant Mab Doue Hon Zalver Jezuz-Krist, evit ober vad da gorf ha da ene an den klanv. An nouen a gresk en ene ar c'hlanvour gras ar zantelez. Lemel a ra diwar e ene ar pec'hejou veniel, ha zoken, ar pec'hejou marvel en defe ankouaet anzav er govezion. Ma n'hall ket ar c'hlanvour kovez, an eoul santel en deus galloud da lemel, zoken ar pec'hejou marvel, gant m'en devo ar pec'her keun da vezan kouezet enne, goude ne vefe nemet abalamour ma reont d'ezan koll ar baradoz ha mont d'an ifern. Resteuler a ra, kalz pe nebeut, diouz ma ver tuet mat, ar boan dleet d'ar pec'hcjou a ve bet ar pardon aneze. Lemel a ra restachou ar pec'hed, da lavaret eo, tenvalijen ar spered ha kaleder ar galon a vir ouz an ene da nijal warzu Doue. Rei a ra nerz da c'houzanv ar boan gant pasianted, dastourm ouz an tentasionou ha da vervel ervat. Sikour a ra ar c'horf da barean, mar deo talvoudek kement-se evit an ene; rei a ra ar yec'hed d'ar c'horf, ha nan ar vue, hag abalamour da ze, arabad gortoz ne vezo dizro ebet ken d'ar c'hlanvour, abarz rei d'ezan sakrarnant an Eoul Santel. Treo da bourchas a-benn an Nouen (1) Eur groaz, a ro ar beleg da bokat d'ar c'hlanvour. (2) Dour binniget, da vinnigan an ti. (3) Tamrnou stoup, da zec'han an eoul. (4) Eun delien vara, eur banne dour hag eun torch d'ar beleg, da walc'hi ha da zec'han e zaouarn. Eoul a ve laket war an daoulagad, war an diskouarn, war ar fronellou, war ar c'henou, war an daouarn ha war an treid, evit lemel holl roudou ar pec'hejou a zo et en ene dreze. Eoul a ve laket da zaoulagad ar c'hlanvour, ma c'hello gwelet dudiou ar bed-all; d'e ziskouarn, ma c'hello klevet kan an Ele; d'e fronellou, ma c'hello santout c'houez vat liorzou ar baradoz; d'e c'henou, ma c'hello kanan an Hosannah a bado da viken; d'e zaouarn, ma c'hello briata gwir bried an eneou; d'e dreid, ma c'hello bale en lez an Otrou Doue. Eil devez a viz Mae SANT ATHANAS Doktor eus an Iliz (297-373) Kentan hano a gavomp en skridou kristen ar pevare kantved eo hini Athanas, a reas muioc'h gant e spered, evit kreski relijion Jezuz-Krist, evit Konstantin gant e holl c'halloud. Genel a reas en Alexandri, er bla 297, hag Alexandr, eskob ar ger-ze, hen savas en e lez hag a lakas Origen ha sant Anton d'e gelenn. Unan a reas anezan eun doktor; o-daou e rejont anezan eur zant. En amzer-ze (318), Arius, person eur barouz eus kêr Alexandri, a lavaras gaou en e gelennadurez war Jezuz-Krist. Evitan, Hon Zalver, elec'h bezan Mab da Zoue, ne oa nemet ar c'hosan, ar c'haeran hag ar zantelan eus e grouadurien. Eskob Alexandri, sant Alexandr, skoazellet gant Athanas, en devoa neve grêt avieler, a enebas start ouz Arius; o welet n'helle ket dont a benn anezan, e vodas eur c'honsil en Alexandri (320). Kelennadurez Arius a oe kondaonet. Heman a dec'has neuze etrezek ar Palestin hag a gavas digemer en Nikomedi. Ac'hane e talc'has da brezek e gelennadurez foz. Pa deuas di Konstantin da chom, goude bezan trec'het Lisinius (323), n'hallas ket chom hep zoursial eus an tabut a oa savet en Iliz ar zav-heol, ha goude bezan en em glevet gant ar pab sant Sylvestr, e tigoras ar c'hentan konsil-meur en Nise, er bla 325. Tri-c'hant triouec'h eskob a oa ennan. An impalaer a 'n em gargas e-unan eus holl frejou o hent. Eun dra gaer oa gwelet an eskibien-ze diredet eus pevar c'horn ar bed kristen. Darn a zouge war o c'horfou ar merkou enorus eus ar poaniou o devoa bet da c'houzanv evit Jezuz-Krist; darn a oa brudet dre o c'hargou uhel, ha darn-all, dre ar miraklou o devoa ar c'halloud d'ober. Athanas, daoust ne oa c'hoaz nemet avieler, a oe ene ar c'honsil-ze; hen eo a zispennas, barz ar berran amzer, geier Arius hag a lakas ar gwellan ar wirione da skedi. Kreden an Iliz a oe embannet dre ar geriou-man, a ganer bep sul en oferen-bred : « Ni a gred en eun Doue, Tad Holl-C'halloudeg, Krouer an treo a weler hag ar re ne weler ket; hag en eun Otrou, Jezuz-Krist Mab Doue, engehentet e-unan hepken gant an Tad, da lavaret eo, gant danve an Tad, Doue eus Doue, sklerijen eus ar sklerijen, gwir Doue eus gwir Doue, engehentet ha nan krouet, eus an hevelep danve gant an Tad, ha gantan eo bet grêt pep tra en nenv ha war an douar. Diskennet eo bet eus an nenv evidomp hag evit hon zilvidigez ; kemeret en deus korf, hag en em c'hrêt eo den; gouzanvet en deus ha savet eo leun a vue, d'an trede de goude e varo; pignet eo en nenv hag ac'hane e teuio da varn ar re veo hag ar re varo. » Alexandr a varvas nebeut awalc'h goude konsil-meur Nise, hag Athanas, daoust d'e yaouankiz, a oe hanvet raktal da gemer e Gador (326). E vue a eskob pen-da-ben a dremenas o stourm ouz an Arianed. Pemp gwech e oe harluet, abalamour ma talc'he start da gredo Nise; eur wech, en amzer Konstantin (330); diou wech, en amzer Konstans (341) hag eur wech, en amzer Julian; eur wech, en amzer Valans (307). Ugent vla, war c'houec'h vla ha daou-ugent ma oe eskob, a dremenas er-mêz eus e eskopti; mes ne baouezas ket, evit kelo-ze, da gomz, da skrivan ha da skei war Arius ha war e gelennadurez. Pemp bla e chomas kuzet en eur puns sec'h; pevar miz en be e dad; goude eur vue hirr ha strafuilhet, seurt ne weler ket, e varvas en peuc'h en e wele, en Alexandri, er bla 373. Athanas a oa eun den dispar; eun den hag en devoa lagad da welet buhan ar sklerijen war bep tra; eun den, hag evitan da vezan klasket trabas outan, a-gle hag a-zeou, a veze bepred difazi ar skridou a zave; eun den hag en devoa penn. Karet a rê e bobl, hen kare ive evel eun tad; karantezus a oa evit ar bec'herien hag an heretiked, pa wele enne eun neuden eun bennak; mes spontan rê prezegerien ar gaou hag ober aon da bennou-bras an douar, p'en em lakent da dispenn gwiriou an Iliz. Dre e spered dispar hag e zantelez, Athanas a oa deut da vezan, en gwirione, roue ar bed kristen. K E N T E L Jezuz-Krist a zo Doue N'eus goulenn ebet hag on defe kement a ezom da gaout eur respont skler ha frêz hag ar goulenn-man : Jesuz-Krist hag hen a zo Doue, ya pe nan ? I. — Ya ! Jezuz-Krist a zo Doae. Kement-se a zo anat dre ar pez a dremenas arôk e zonedigez er bed-man. Hano a oa anezan, ganl Adam hag Eva, war dreujou baradoz an douar. Skrivet oe e vue pempzek kant vla arôk e c'hinivelez. II. — Jezuz-Krist a zo Doue. Kement-se a zo anat dre ar pez a reas epad ma oa war an douar. a) Grêt en deus miraklou. Laket en deus an drouk-sperejou da vont eus ar c'horfou perc'hennet gante; troet en deus an dour en gwin; laket ar bara hag ar pesked da greski; gourc'hemennet d'an avel bezan sioul; kerzet war ar mor; pareet en deus tud lor, lud dall, tud bouzar, tud mut, tud notet; laket en deus mab intanvez Naïm, merc'h Jaïr. Lazar Bethani, da zevel eus a varo da veo; savet eo bet e-unan eus ar be hag en em ziskouez en deus grêt d'e ziskibien, leun a vue. b) Grêt en deus profesiou, diwar-benn ma tlee mervel ha sevel eus ar be, d'an trede de; diwar-benn e ziskibien bag ar brezel a vijo grêt d'eee; diwar-benn e Iliz hag he galloud d'en em ledan dre ar bed; diwar-benn e vro hag an darvoudou spontus a dlee digouezout gant; ar profesiou-ze holl a zo deul da wir. c) Savel en deus eur gelennadurez. Den ne gomzas biskoaz ken uhel ha ken splann, evel ma reas, war gement tra a dle gouzout au den; ar re o deus heuilhet e gomzou a zo ken skedus o bue, ha m'eo tenval bini ar ro a vev c'hoaz er-mêz eus e lezen. III. — Jezuz-Krist a zo Doue. Kernent-se zo anat dre ar pez a c'hoarvezas goude e dremenvan. An Ebestel a embannas e hano hag a ziazezas e Iliz en o gwad; ne varver ket abalamour da zorc'hennou goullo. Konversion ar baganed ha dismantr ar Judevien a ziskoue eo Jezuz-Krist ar sklerijen a c'hede ar boblou, hag eo deut war an douar da glozan an Testamant koz ha da zigeri an Testamant neve. Piou zo brudet evel Jezuz, kalvez yaouank Nazareth ? Piou zo karet eveltan ? Hag ar garante a zo evitan a zo seul souezusoc'h m'eo red en em gasaat an unan ha dougen ar groaz evit he c'haout. Piou zo kasaet eveltan ? Tud a zo hag a garf'e e gaout etre o daouarn, evit e stagan adarre ouz ar groaz, hag o vezan ne gavont ket anezan, e reont brezel d'ar re a gred ennan, d'ar re a zent outan, d'ar re a gomz anezan. Jezuz-Krist, mar deo karet ha kasaet war an douar evel mac'h eo, n'eo nemet abalamour m'eo Doue. Trede devez a viz Mae Gouel ar Groaz kavet 326 Er bla 312, an impalaer Konstantin, den tuet war ar relijion gristen hep bezan kristen c'hoaz e-unan, a oa o vont da stourm ouz Maxanz, e enebour-touet, daoust d'ezan da vezan e vreur-kaer. Eun devez goude kreiste, en Bro-C'hall, war a greder, eur groaz skedus a baras 'us d'an heol, gant ar geriou-man a-us d'ezi : Dre an dra-man e c'honezi. Ar gwel-ze a lakas da estlammi an impalaer hag ar zoudarded a oa ouz e heul hag a oe test eveltan eus ar burzud. Klask a rê gouzout petra verke kement-se. En noz war-lerc'h, en eun hunvre, Jezuz-Krist a 'n em ziskouezas d'ezan hag a gemennas d'ezan ober eur banniel war skouer ar groaz skedus en devoa gwelet en nenv, hag a vije douget en penn an arme. Konstautin a zentas. Lakat a reas ober eur banniel a oe lezhanvet Labarum, he zroad en kroaz, gant lizeren gentan hano ar C'hrist 'us d'ezi en eur gurunen aour. D'an 28 a viz here, e trec'has war Maxanz, en kichen Pont Milvius; en miz genver war-lerc'h, e rê eun embann en Milan (313) da rei d'an Iliz, goude eur stourmad hag a bade daou-c'hant haater-kant vla a oa, al liberte hag ar madou a oa bet laeret diganti. En penn rouantelez Rom, eus c'houec'h den a oa bet eur pennad, ne chome mui nemet daou : Konstantin, impalaer ar C'huz-heol, ha Lisinius, e vreur-kaer, impalaer ar Zav-heol; re oa c'hoaz. Lisinius, evit ober an heg ouz Konstantin, a 'n em lakas da wall-gas ha da lazan ar gristenien. Brezel a zirollas; Lisinius a oe trec'het, diskaret ha lazet (324). En doare-ze, Konstantin, ar c'hentan impalaer kristen oa mestr bras an douar, ha banniel ar groaz a zispakas he flegiou binniget 'us da rouantelez Rom a-bez. Konstantin, dleour evel ma oa d'ar groaz eus e c'honidou, en devoa devosion eleiz eviti. Helena, e vamm, n'he devoa ket nebeutoc'h, hag er bla 326, prest goude konsil-meur Nise, ec'h eas da Jeruzalem, daoust d'he zri bla ha pevar-ugent, da glask relegou ar wir groaz. War mene Kalvar, dindan dismantrou Templ Venus, savet eno gant ar baganed da guzan roudou Jezuz-Krist, e oe kavet ter groaz. Hep mar ebet, an ter groaz-ze oa hini hon Zalver ha re an daou laer; mes penôs o anaout an eil diouz eben ? Ar skrid a oa bet staget ouz ar groaz kreiz ne oa mui outi. Neuze Maker, eskob Jeruzalem, goude bezan pedet kalonek, a dostaas ar c'hroaziou, an eil goude eben, ouz eur wreg klanv; goude touch an diou gentan ne reas tamm gwell ebet; mes dal ma oe tostaet an drede, ar glanvou-rez a 'n ern gavas pare. En doare-ze, e oe anavezet ar wir groaz. Helena ne viras nemet eun tammik anezi ha daou dach, hag a roas ar rest da eskob Jeruzalem. Ar c'helou-ze a reas eur blijadur dreist-muzul da Gonstantin; rei a reas urz da zevel raktal eun iliz kaer war be Hon Zalver, ha difenn a reas stagan den ebet ken ouz ar groaz. K E N T E L Hent ar Groaz eo hent ar Baradoz Jezuz-Krist a gavas e groaz o tont war an douar. Dal ma c'hourvczas e gorf a vugelig war blouz kraou Bethleem, e welas anezi, ha kerkent e stagas outi e galon zakr. Tregont vla a dremenas en Nazareth, mes epad an amzer-ze ne zizroas ket e spered diouz mene Kalvar; epad an tri bla a dremenas o prezek ar fe, e komzas alïes eus e varo. P'eo en em ziskouezel d'al leanez Mac'harit-Mari, ar groaz a lufre ' us d'e galon. N'eus den ebet ha ne gavfe ket e groaz war an douar-man. Ar roue kouls hag ar pab; an den gouiziek kouls hag an den dizesk; ar pinvidik kouls hag ar paour a gav ar groaz war o hent, ha pep den a zo grêt e hini d'ezan diouz m'eo goest da zougen. Evel Jezuz, hon mestr, daoust ha karet a reomp hon c'hroaz ? Daoust ha ne glaskomp ket en em zizamman diouti ? Daoust ha n'en em glemmomp ket, war digare m'en em gavomp sammetoc'h evit hon nesan ? An neb a goll e groaz a goll e gurunen. Etre daouarn Jezuz-Krist, ar groaz oa alc'houe ar baradoz, hag abalamour da ze e kare anezi. Etre daouarn pep-hini ac'hanomp, ar groaz a c'hell bezan skeul ar baradoz, hag abalamour da ze, karomp ha dougomp anezi a galon vat : seul-vui he stlejfomp ha seul-vui e vezo ponner; seul-vui he zougfomp sonn hag uhel, ha seul-vui e vezo skanv. K E N T E L Pevare devez a viz Mae Santez Monika Intanvez, patronez ar mammou kristen (332 - 388) Monika a oa ginidik eus Tagast, en Afrik. He zad hag ne mamm a oa kristen; a vihanik e tiskouezas bezan troet war ar beden ha war an aluzen. Da daou vla warn-ugent, he zud he dimezas d'eun dijentil eus a Dagast, e hano Patrik, an hanter kosoc'h eviti. Kerse a gavas o vont eus ar gêr, rak he fried, ouspen ma oa pagan, a oa eur gwall den, hag he mamm-gaer a oa ken gwaz-all. Koulskoude, Monika, elec'h fallgaloni, o welet en peseurt toull e oa kouezet, a glaskas an tu da wellât he gwaz. Biskoaz ne lavaras d'ezan eur ger treuz; elec'h rei kenteliou d'ezan, e roë skoueriou; elec'h e c'hourdrouz, e c'houzanve anezan; elec'h e gasât, e garet eo a rê. En doare-ze, a nebeudou, e teuas a benn d'e wellât, ha d'ober eur c'hristen anezan. Pa varvas, dour ar vadeziant, war e c'houlen, a redas war e dâl. An Otrou Doue, evit ober da Vonika kaout skanvoc'h poaniou ar vue, en devoa laket tri grouadur da laouennât he zi : Augustin, Navigius ha Perpetua. Gwasan a oa, dre ma c'honeze he fried, e kolle he mab henan. Eur pôtr lezirek oa; ne gare nemet ar c'hoari hag ar blijadur. Kaset e oe d'ar skol da Garthaj hag eno en em gollas krenn. Da naontek vla, en devoa dizenoret e hano, ha dre ma vastare e galon, an denvalijen a garge e spered hag a vouge e fe. Pa zizroas Augustin d'ar gèr, diouz ar gwall gomzou a oa gantan, Monika a anavezas e oa touellet gant kredennou ar vanicheaned (1), fallan gouen tud a oa neuze war an douar. Raktal e argasas he mab er-mêz eus he zi : « Nan, biken, emezi, ne vezin mamm d'eur manichean ! » Goude bezan e lôsket da vale eur pennad, e roas digemer d'ezan adarre hag e klaskas an dud desketan d'e gentelian. Eun eskob a lavaras d'ezi, eun devez, o welet pegen doaniet e oa : « Eur mab hag a zo gouelet warnan evel ma zo grêt war Augustin n'hall ket bezan kollet da viken ! » Monika a gendalc'has he fedennou evit goulenn ouz Doue dizro he mab. Eun devez, Augustin a gemennas d'ezi e oa o vont da Rom. Ne falvezas ket ganti e lezel da vont e-unan hag ec'h eas da Garthaj; mes Augustin a bignas el lestr hag a yeas en hent, epad an noz, hep gouzout d'e vamm. Monika, da c'houlou-de, a oe dare d'he c'halon rannan, pa welas an tol divalo c'hoariet d'ezi gant he mab. Dizrei a reas da Dagast, mes peuc'h ebet eno ne gavas; ha hi en hent, ha da Rom. P'en em gavas eno, e oa re zivezat; he mab a oa et da Vilan; mont a reas da Vilan. Eno e kavas an eskob sant Ambroaz, a reas d'ezi eun digemer mat; eno ive he devoe an dudi da welet hec'h Augustin, dianket seitek vla a oa, o kemer hent ar fe; eno e welas an eskob Ambroaz o lakat dour ar vadeziant da redek war e dàl. He c'halon breman bar gant ar joa, o welet Augustin war an hent mat, Monika a reas he zonj da zizrei d'he bro. Mont a reas da Osti da gemer ar vag he digasje d'ar gêr. Eno, e keit ma oa o c'hedal kuitât, e krogas eun derzien vras enni; anaout a reas ne oa pare ebet eviti. Lavaret a reas d'he bugale : «Sebelian refet ma c'horl' el lec'h ma kerfet; n'en em jalet ket gant an dra-ze; ar pez a c'houlennan ouzoc'h hepken eo ma talc'hf'et sonj ac'hanon ouz Oter an Otrou, n'eus forz pelec'h en em gavfet. » Augustin ne dec'has ket eur pennad diouz gwele e vamm, epad he c'hlenved, hag etre e zivrec'h eo e varvas, d'an navet devez eus he zerzien, oajet a c'houec'h vla ha hanter-kant (388). Augustin a ouelas pell amzer d'e vamm; hi ive he devoa gouelet warnezan, arôk gallout dont a benn da lakat bue ar c'hras da ziwan en e ene. Ar pab Martin V a reas digas relegou santez Monika eus a Osti da Rom, er bla 1430. Eur c'hrouadur klanv a oe pareet, pa oe tostaet gant e vamm ouz ar relegou-ze. Ar pab Eujen IV, (1431-1447) a roas santez Monika da batronez d'ar re a zo en Breuriez ar mammou 'kristen. (1) Ar vanicheaned a oa neuze ar pez m'eo breman ar franmasoned. K E N T E L Daerou ar vamm Monika a oe diou wech mamm da Augustin, p'eo gwir e roas d'ezan bue ar c'horf ha bue an ene. I. — Ar mammou kristen a dle karet bue korf o bugale, dreist d'o hini. Eul lestr a oa o vont da goll en kreiz ar mor bras; ne oa mui tamm bevans ebet; an dud a varve gant an naon ha gant ar spont. Eur vamm a oa eno. eur bugel bihan d'ezi da vagan. Evel n'he devoa tamm da zibri, n'he devoa mui a lez da rei d'he c'hrouadur. Digeri reas neuze eur wazien eus he brec'h ha lakat a reas he bugel da zunan he gwad. Ar vamm a varvas, arôk ma teuas sikour, mes ar bugel a oe kavet beo. II. — Ar mamrnou kristen a dle, dreist-oll, karet bue ene o bugale, he astenn hag he diwall; tôl evoz warne ha pedi evite hep paouez, ma teuont da dec'hel diwar an hent mat. Konversion eur pec'her a zo labour daou : labour Doue ha labour an den; mes n'eus netra o tigeri hag o flouran ken brao an hent d'an den dianket da zizrei eus bali an ifern evel daerou eur vamm, . abalamour ma n'eus netra ken galloudus hag an daerou-ze war galon eur mab. Mammou kristen, mar 'man ho pugale en gras Doue, pedet evit ma chomfont enni, ha ma n'emaïnt ket, pedet evit o c'honversion. Ma pedet a wir galon, Doue n'hall ket chom hep rei d'ac'h ho koulenn. Pempvet devez a viz Mae SANT PI V Pab (1566-1572) Mikêl Ghislieri a c'hanas en Bosko, demdost da gêr Milan, d'ar 17 a viz genver 1504. E dad hag e vamm a oa paour, mes sevel a rejont o c'hrouadur en doujanz Doue. Da bevarzek vla, ec'h eas en Urz sant Dominik; da bevar bla warn-ugent e oe beleget; arru mat oa en Rom, en amzer ar pab Pol IV, (1555-1559) a anaveze e c'halloud hag hen greas kardinal, d'ar 15 a viz meurz 1557. En amzer Pi IV (1559-1565), ne oe ket kenkouls arru, abalamour ma oa unan eus ar re ne ouezont bale nemet dre an hent war eün. D'ar 7 a viz genver 1566, e pignas war Gador sant Per hag e kemeras an hano a Bi V. En e amzer, e oe gwellaet kalz stad kêr Rom; ar merc'hed fall a oe harluet; laeronsiou ar Judevien enebet oute; stourmajou al loened difennet, evel c'hoariou amzere evit ar gristenien. Ar pab santel a zavas skoliou neve hag a roas aluzen d'an hospitaliou; garo oa en kenver an douerien-Doue hag al labourerien da zul. A drugare d'ezan, e oe peurc'hrêt hag embannet katekiz konsil Trant; neveaet ha reizet ar brevier hag al levr-oferen. Dre al lizer «Supra gregem Dominicum, » e c'hourc'hemennas d'an dud klanv kovez en unan eus an tri devez kentan ma choment war o gwele. (1) En amzer-ze, e oa Elisabeth, trede krouadur Herri VIII, war drôn Bro-Zôz. Gwaskan rê ar gatoliked gwasan m'halle, ha miret a rê er prizon, eneb pep gwir, he c'hinitervez Mari Stuart (2), merc'h Jakez V, roue ar Skoz, hag intanvez Fransez II, roue Frans. Pi V a roas e skoazel da ôtrone hanter-noz Bro-Zôz eneb o rouanez, mes ar re-man a oe trec'het, hag eiz kant aneze merzeriet en eun doare heugus. Al lizer Regnans in excelsis, embannet neuze (1570), a eskummunugas ar rouanez Elisabeth. An Durked o devoa laket en o fenn dismantr an Itali. Pi V a zavas brezellourien, eus ar Spagn hag eus an Itali kouls lavaret holl, d'o diarbenn; ha lamm a roas d'eze en mor Lepant, d'ar 7 a viz here 1571. Ar viktor-ze a dorras galloud an Durked war vor, evel ma tlee viktor Vienn (1683), terri o galloud war douar. Doue a roas d'ezan anaoudegez anezi, d'ar mare ma oe gonezet, ha lakat a reas e drugarekat en Rom, meur a zevez arôk ma tigouezas gantan ar c'hannad a zigase ar c'helou mat. Pi V en devoa nebeut a yec'hed, ha daoust da ze, e renas eur vue ken striz, evel pab, hag an hini a rene evel manac'h; ne zebre ket a gig ouspen ter gwech ar zun. Bemde e lavare e chapeled, ha biskoaz ne vankas d'en em gaout er pedennou a veze grêt bep noz, a-unan, en e di. Kouezan reas klanv en miz genver 1572. Daoust pegen bras oa e boaniou, ne glemmas ket an disteran. Lavaret a rê alïes d'an Otrou Doue : «Otrou, kresket ma foan, mes kresket ive ma fasianted. » D'ar 4 a viz ebrel, de Gwener ar Groaz, e lakas digas eur groaz vras en e gambr hag e savas da vont da vriata anezi. Ar c'helou eus e varo o vezan bet brude en kêr, e c'hellas klevet, eus e wele, pobl Rom o ouelan d'ezan. Kement-se a deneraas kement e galon ma falvezas gantan bezan douget da Zul-Fask war c'horre iliz Sant-Per, da rei ac'hane e vennoz a bap, eur wech c'hoaz, d'e vugale diniver bodet war ar blasen. Mervel a reas d'an de kentan a viz mae 1572, d'an oad a eiz vla ha tri-ugent. E gorf a oe sebeliet en iliz Santez-Mari, elec'h ma c'heller hen gwelet c'hoaz en e bez, en de a hirie. E varo a oe eur c'hanv evit ar bed kristen. KlemantXI hen lakas war roll ar zent, d'an 22 a viz mae 1712. Pi V eo an divezan pab a zo bet kanonizet. (1) Ar gemennadurez-ze a zo bet neveaet gant Beneat XIII (1725) ha gant Pi IX (1869). (2) Pa deuas Mari-Sluart en Frans, (1548) evit bezan pried Fransez II, e reas lie diskeim en Rosgov, elec'h ma weler c'hoaz relegou chapel sanl Ninian. K E N T E L An daou vanniel An Iliz, abaoue m'eman war an douar, he deus renket stourm, hep paouez, da zifenn eneou ha korfou he bugale. En iliz-veur Angers, zo eun dôlen vras hag a ziskouez Hon Zalver azezet, nan war eun trôn skedus, berniou êle ha sent o stoui dirakan, evel m'hen gwelfomp er baradoz, mes a c'haoliad war eur marc'h skanv, e vanniel en eun dorn hag e gleze en dorn-all; kement-se a ziskouez e vefomp war an dachen a vrezel, keit ha ma vefomp war an douar. Bale renkomp war-lerc'h banniel Jezuz-Krist pe war-lerc'h banniel Satan; unan a zaou. Jezuz-Krist eo an hent, ar wirione hag ar vue; Satan eo an islonk, ar gaou hag ar maro. Jezuz-Krist eo kaeran brezellour a dôlas troad biskoaz war au douar; lorc'h a c'hell bezan ennomp o vont d'e heul, o selaou e urziou hag o senti oute. Bet en deus hon hanoiou dal m'omp deut war an douar; neuze n'hon devoa c'hoaz anaoudegez ebet hon unan; breman, pac'h omp deut en oad, roomp d'ezan, n'eo ket hepken hon hano, mes en em roomp d'ezan korf hag ene, betek ar maro. O heuilh Satan, n'eus nemet koll; banniel Jezuz a zoug bepred ar viktor en e blegiou. C'houec'hvet devez a viz Mae SANT YAN Er gôter eoul herret (95) Yan eo an hini a viras e ene bepred dinam; etouez an Ebestel, eo ar yaouankan hag ar muian henvel ouz Jezuz. Ne oa ket en em staget ouz den ebet, zoken dre liammou ar briedelez; kurunen e yaouankiz a oa war e dâl, pa reas Hon Zalver anaoudegez gantan, hag abalamour d'e yaouankiz hag abalamour d'e werc'hded, e oa ar muian-karet gant Mab Doue. Er goan divezan, e harpas e benn war galon zakr hon Zalver Jezuz-Krist; d'ar Zul-Fask, e redas gant Per d'ar be hag en ern gavas da gentan. Gwelet a reas ar pez a welas Per, hag epad ma oa heman c'hoaz war var, e kredas oa savet an Otrou eus a varo da veo. Nebeut deiou goude, e oa gant an Ebestel-all o pesketa, war lenn Jenezareth. Jezuz a oa war an torrôd hag an Ebestel ne ouient ket piou a welent. Yan hepken, an den yaouank gwerc'h, a anavezas raktal Jezuz, ar werc'hded en em c'hrêt den, hag a lavaras da Ber : « An Otrou eo ! » Goude lein wrar an teven, Jezuz a hanvas adarre Per penn an lliz hag a roas da anaout d'ezan, dre gomzou goloët, doare e verzerenti. Prins an Ebestel a c'houlennas raktal ouz e vestr, en eur gomz diwar-benn e vignon : « Otrou, ha heman, petra c'hoarvezo gantan ? » Jezuz a lavaras : « Ma fell d'in e chomfe evelse betek ma teuin, petra ra ze d'it ? Evidout, heul ac'hanon. » Sevel a reas brud etouez ar breudeur, evel m'en em hanve ar gristenien gentan, ne dlee ket an diskib-ze mervel. Jezuz n'en devoa ket lavaret da Ber : « Ne varvo ket » ; mes : « Ma fell d'in e chomfe evelse betek ma teuin, petra ra ze d'it ? » En gwirione, sant Yan ne varvas ket dre ar verzerenti, evel sant Per, mes dre gozni. En amzer Domisian, koulskoude, herve lavar Tertullian, e oe stlapet en eur gôteriad eoul bero, en kichen an nor latin, en Rom. Kement-se, elec'h ober droug d'ezan, hen krenvaas hag hen yaouankaas. Goude eun hevelep burzud, e oe harluet en enezen Patmos, elec'h ma skrivas an Apokalyps, loden divezan ar Skritur-Zakr. Yan a oe eun abostol, eun avieler hag eur profed; abostol, dre ma skrivas d'an ilizou evel eur mestr; avieler, dre ma skrivas levr an Aviel, ar pez ne reas abostol-all ebet nemet Maze hag hen; profed, rak gwelet a reas, en enezen Patmos, an amzer da zont dizolo dirak e zaoulagad. K E N T E L Eürus ar re c'hlan a galon, rak gwelet a refont Doue. An dud glan, pe i a zo glan dre n'o deus ket pec'het biskoaz, pe i a zo glan dre m'o deus gwalc'het rnat o fec'hejou, ar re-ze a zo al lemman daoulagad o eneou, hag a zigemer buhannan gwirioneziou ar fe. Kement-se zo es da gompren. Gwirioneziou ar skiant-vat ne zellont nemet ouz ar spered; ar skiant-vat a Javar eo an hent eun an hent berran da vont eus eul lec'h d'eun all, eo berroc'h eta mont eus Brest da Roazon, dre Zant-Brieg, eget n'eo mont dre Wened; ar wirione-ze. n'eus poan ebet ouz he digemer; ne ra na droug na vad d'ar galon, ne zell nemet ouz ar spered. Evit gwirioneziou an fe, n'eo ken memes tra; ar re-man ne zellont ket hepken ouz ar spered, mes ive ouz ar galon; abalarnour da ze, e lavarer a-wechou n'eo ket ken skler gwirioneziou ar fe ha gwirionezimi ar skiant-vat. Pa zeller piz, koulskoude, n'eus kemm ebel etreze. Ar skiant-vat a lavar : « An hent eün eo an hent berran da vont eus eul lec'h d'eun all. » Ar fe a lavar : « Na ret ket d'ho nesan ar pez ne garfec'h ket a vefe grêt d'ac'h ho-unan. ». An diou wirione-ze, pa zeller piz, a zo ken skler ha ken skler an eil hag eben. Ha koulskoude, meur a hini, hag a gredo ar gentan, o devo poan o kredi an eil, abalamour m'eo red reizan ar vue war ar pez a greder, hag eno eo eman an dalc'h. Jezuz-Krist a zo Doue. Kement-se zo skler hag anat da bep den. Meur a hini, koulskoude, n'hen kredont ket. Perak ? Nemet abalamour ne gavont ket en o c'halon nerz awalc'h da reizan o bue diouz e gomzou ? Oh ! ma vije bet awalc'h, evit bezan kristen, kaout kaer bue ha kenteliou Jezuz Krist, e vije bet ken alïes a gristen hag a zen a deu da anaout Jezuz-Krist; mes n'eo ket evelse eman an treo. Jezuz-Krist a fell d'ezan e karfemp anezan, da gentan, eus hon holl nerz ; fellout a ra d'ezan e karfemp hon nesan, betek en em ankouât hon unan; fellout a ra d'ezan e karfemp, zoken, hon enebourien, e pardonfemp aneze seitek gwech ha tri-ugent. An dra-ze a fell d'ezan hag eleiz a dreo-all c'hoaz; n'eo ket souez eta e vefe tud hag o defe diegi evit kredi eo Jezuz-Krist Doue; o c'halonou zo stag ouz an douar; an dud glan, ar re-ze n'o deus poan ebet evit kredi en Jezuz-Krist. En nenv, an dud gwerc'h a heuilh an Oan dre mac'h a ; war an douar eo memes tra; seul-vui eo glan an ene ha seul-vui eo lechet d'en em stagan ouz Jezuz. An eneou sôtret, speget en o fank, n'o deus ket a nerz da zevel diouz an douar evit nijal warzu Doue. Seizvet devez a viz Mae SANT STANISLAS Eskob ha merzer (1030-1079) Stanislas a c'hanas en Sezepanow, seiz leo diouz Krakovi, kêr-benn ar Pologn, d'ar 26 a viz gouere 1030. E dud a oa pinvidik bras hag a falvezas gante rei d'ezan eur gelennadurez diouz e renk. Kaset e oe d'ar skol da Gnesen ha da Bariz, kêriou bras an deskadurez en amzer-ze. Da varo e dud, en em gavas mestr d'e beadra. Hen gwerzan hag lien rannan a reas etre ar beorien, evit bezan distag diouz pep tra hag êsoc'h a-ze d'ezan servijî an Otrou Doue. Lampert Zula, eskob Krakovi, oc'h anaout e ouiziegez hag e zantelez, hen belegas hag hen hanvas chaloni en e iliz-veur. Stanislas a oe er garg-ze skouer e genvreudeur. Kastizan rê e gorf dre ar binijen; lenn a rê dalc'h-mat ar Skritur-Zantel; aketus oa d'an ofis; helavar oa da embann komzou Doue; a bevar c'horn ar Pologn e teued da c'houlenn ali digantan. Er bla 1072, da varo Lampert, e oe hanvet gant ar veleien ha gant ar bobl da gemer e blas. Ar Pologn a oa neuze en he fenn eur prins hag a lake brud fall war e lerc'h dre e oberou mezus, ha den ne grede gourdrouz anezan. Stanislas a yeas d'e gaout hag a gomzas outan evel m'oa dleet. - Ma ne zentet ket, eme an eskob kalonek, e vefet distaget diouz an Iliz ! Ar gourdrouz-ze a lakas Boleslas da vont en kounnar. - Pa ne ouezer ket komz dereatoc'h evit ze d'eur roue, oar mat da vont da vesât al loened, mes ne oar ket mat da vont da eskob ! - Oh ! eme Stanislas, ken dinec'h ha tra, n'et ket da lakat kenver-ouz-kenver galloud an eskob ha galloud ar roue, rak ar c'hentan a zo d'an eil ar pez m'eo an heol d'al loar hag an aour d'ar plom ! Ar roue a oa trec'het; klask a reas en em venji. Stanislas en devoa prenet eun tamm douar en Piotrawin digant eun den e hano Per. Paeet en devoa, dirak testou, nemet n'en devoa kuitans ebet. Per a oa maro ; ar roue a c'halvas e heritourien hag a alias aneze da vont en prosez ouz an eskob diwar-benn tachen Piotrawin. Pac'h ejod dirak al lez-varn, testou an eskob a oa bet grêt kement warneze gant ar roue, ma ne gredjont ket digeri o genou. Stanislas a oa o vont da vezan kondaonet evel eul laer. - Mat, eme an eskob, p'eman an treo evelse, gortozet eur pennad, hag a-benn tri devez aman, me zigaso dirakoc'h eun test ha n'efet ket en e eneb, p'eo gwir e vezo Per e-unan, daoust ma zo tri bla abaoue m'eman en douar. D'an trede devez, Stanislas a deuas d'al lez-varn, hag evel m'en devoa lavaret, ne oa ket e-unan; Per a oa gantan. Ar roue a oe strafuilhet hag holl dud e lez gantan. - Doue, eme Ber, war bedennou e zervijer Stanislas, am digas war an douar evit rei testeni d'ar wirione, dirak al lez-varn-man. Dirakoc'h holl e'c'h anzavan am eus gwerzet ma zachen d'an eskob zo aman ha d'e iliz, hag on bet paeet herve m'oa dleet. Stanislas a gasas Per endro d'e ve. Ar roue, trec'het adarre gant an eskob santel, a reas e laza eur pennad goude, epad ma oa ouz an ôter en iliz Sant-Mikêl. Boleslas, eskummunuget gant ar pab Gregor VII, a varvas dilezet gant an holl. Innosant IV, er bla 1253, a lakas Stanislas war roll ar verzerien. K E N T E L Ober paper Trouz a zav alïes etouez an dud, dre ne ve ket a baper o rei testeni eus ar pez a ve bet etreze. Rak-se, pa refet eur baeamant, goulennet paper, ha neuze, na pa deufer diou wech da c'houlenn arc'hant ouzoc'h, e c'hellfet bezan dienkrez. Pa refet eur marc'had, grêt eur paper hag e welfet betek pelec'h ho peus gwir da vont. Pa refet eur prest, grêt paper, ha neuze ne zavo ket a drabas etrezoc'h hag an hini ho peus prestet d'ezan. Gouzout a ret ervat petra laver er : Kenderv-gompez vi pa bresti, Hag enebour, pa c'houlenni. Mar doc'h divugel, grêt ho testamant; ne varvf et ket kentoc'h, na divezatoc'h, ha war ho lerc'h e vezo nebeutoc'h a drouz. Grêt paper, ha paper sklêr, ha miret mat ho paperou; laket aneze en eul lec'h ne vefet ket nec'het evit o c'haout. Ma rafe an holl an dra-ze, hag an dra-ze a zo es d'ober, ne vefe ket, war bouez eun hanter, kement a brosezou etouez an dud evel ma ve. Mont a c'heller eneb ar ger, «ar ger a nij gant an avel» ; n'heller ket mont eneb ar skrid, «ar skrid a chom » Eizvet devez a viz Mae Ar Verc'h eürus Jann d'Arc Patronez Bro-C'hall (1) (1412-1431) Qui dedit presso populo salutem, Laude ter sanctum Dominum colamus Semper, ut tantse meritis patronae Gallia vivat. Ni a gan ho meuleudi, Otrou ter gwech santel, c'houi hag a zalvas ho pohl a oa o vont da goll; dre veritou eun hevelep Patronez, ra vevo Bro-C'hall da virviken. Jann d'Arc a deuas er bed en Domremy, demdost da Vaukouleur, d'ar 6 a viz genver 1412, a dud a fe hag a vue vat. 'N em gustumi reas abred diouz pep seurt labour, zoken diouz labouriou ar park. Ne oueze na lenn na skrivan. He mamm a zeskas d'ezi ar Bater, an Ave Maria hag ar Credo. Karet a rê an Otrou Doue, an Itron-Varia, son ar c'hleier, abalamour ma c'halvent an dud d'an iliz, ar beorien, ha meur a wech e roë he gwele d'an dremenidi hag e chome da gousket en korn an oaled. Kovez ha kommunian a rê alies; kanan ha c'hoari gant bugale e oad. Da drizek vla, sant Mikêl, santez Katel ha santez Mac'harit a lavaras d'ezi bezan fur hag aketus da vont d'an iliz. An èl a, roë d'ezi da c'houzout ar reuz a oa en rouantelez Frans. Da seitek via, ar moueziou a c'hourc'hernennas d'ezi mont, hep dale ken, da gaout Robert Baudricourt, kabiten Vaukouleur, da c'houlenn digantan he c'has davet ar roue Charlez VII a oa o chom en Chinon. Senti a reas. Baudricourt, goude bezan enebet outi eur pennad, a reas 'vel m'he doa c'hoant, hag ar vrezellourez yaouank, dilhad gwaz ganti, a 'n em lakas en hent, war eur marc'h prenet d'ezi gant Vaukouleuriz, c'houec'h den armet ouz he heul. En em gavet en Chinon, ec'h anavezas ar roue, daoust n'he devoa e welet biskoaz, hag e roas da c'houzout d'ezan treo a oa pell a oa war e spered ha n'en devoa biskoaz anzavet ouz den; dre an testeniou-ze, ar roue a welas oa digaset Jann d'Arc davetan gant Doue hag e roas d'ezi eun arme. Ha hi en hent etrezek Orleans, kalonen ar vro, kilhet gant ar Zôzon. Eur c'hleze a oa ouz he c'hoste, he devoa laket digas d'ezi eus a chapel Santez-Katel-Fierbois; ar c'hleze-ze devoa lavaret a vije kavet eno, dindan an ôter, hep m'en dije den klevet hano anezan biskoaz; eur banniel a oa en he dorn gant ar geriou-man : « Jezuz-Maria » o lufran warnezan; lavaret a rê d'he soudarded kovez o fec'hejou ha tec'hel diouz ar pec'hed. Seiz miz a oa e oa kilhet Orléans; en pevar devez e lakas ar Zôzon da dec'hel (8 a viz mae 1429). He moueziou a c'hourc'hemennas d'ezi neuze mont da Reims gant ar roue evit ma vije sakret eno evel e dadou koz. Ne oa ket eun dra es, rak, etre Orléans ha Reims, ar vro a oa goloët gant ar Zôzon. Evit digeri hent, Jann a reas eur mug d'eze. D'an 12 a vezeven, e trec'he aneze en Jargeau; d'ar 17, harpet gant 1.200 Breizad, a zigase d'ezi Arzur Richemont, breur Yan V, duk Breiz, (2) e trec'he aneze en Beaugency. D'ar 27 a vezeven, Jann a ya eus Gien; d'an de kentan a viz gouere eman en Auxer; d'ar 15 en Châlons, d'ar 17 en Reims. Eno, Charlez VII a zo laket an eoul sakr hag ar gurunen aour war e benn. Jann, epad al lidou, a oa en e gichen, he banniel en he dorn : evel m'oa bet er boan, oa dleet d'ezi bezan en enor. Gwerc'hez Orleans he devoa peurc'hrêt ar pez a oa bet gourc'hemennet d'ezi. D'ar 24 a viz mae 1430, e kouezas etre daouarn ar Vourgignoned a werzas anezi d'ar Zôzon evit 550.000 lur. Barnet en Rouan gant barnerien fallakr, e oe devet en beo, war blasen ar Marc'had-koz, d'an 30 a viz mae 1431. Arôk mervel, e pokas d'ar groaz gant teneredigez hag e lavaras : « Nan, nan, ma moueziou n'o deus ket tromplet ac'hanon ! » Arôk soublan he fenn evit tremen, e youc'has hano Jezuz ken krenv ma oe klevet eus an eil penn d'egile d'ar blasen; n'he devoa ket c'hoaz ugent vla. Epad he frosez he devoa lavaret : « Arôk seiz vla aman, ar Zôzon o devo brasoc'h koll eget n'o deus bet en Orleans. Stlapet e vefont holl er-mêz eus ar Frans, nemet ar re a varvo enni. » Ar c'homzou-ze a deuas da wir pen-da-ben, hag ar Breizad Arzur Richemont eo en devoe an enor da beur-ober labour gwerc'hez Orléans. Pevar bla goude he maro, e lake ar roue Charlez VII d'en em glevet gant duk Bourgogn (22 a viz gwengolo 1435). Pemp bla goude, e kemere Pariz (13 a viz ebrel 1436). Naontek vla goude, e helpenne ar Zôzon en Formigny (15 a viz ebrel 1450), hag e tiframme an Normandi eus adre o daouarn. Daou vla warn-ugent goude, Bretoned ha Gallaoued a roë eur roustad divezan da bôtred Bro-Zôz en Kastillon (17 a viz gouere 1453) : ar Fransizien a oa adarre mistri en o bro, a drugare Doue, dre skoazel Jann d'Arc hag Arzur Richemont. Pa oe fin, evit mat, d'ar brezel etre Bro-Zôz ha Bro-C'hall, mamm Jann d'Arc ha tud Rouan a c'houlennas ma vije grêt eun dizro war he frosez. Ar pab Kalixt III a hanvas barnerien leal ha gouiziek evit kement-se. Ar re-man, d'ar 7 a viz gouere 1456, a dorras prosez 1431 hag a restôlas he enor d'ar vrezellourez yaouank ha kalonek. D'an 18 a viz ebrel 1909, Pi X a lakas he hano war roll an dud eürus, hag ar c'helou-ze a skuilhas dre ar Frans a-bez eul levenez dispar. (1) Ar gouel-man a ve grêt en Iliz d'ar zul war-lerc'h ar Yaou-Bask. Er bla 1910 eo bet grêt ar c'hentari. hag ar zul war-lerc'h ar Yaou-Bask a zigouezas neuze d'an 8 a viz mae. (2) Breiz, neuze c'hoaz, a oa distag diouz Bro-C'hall. SANT YUNET Ermit, (VIet kantved) En de-man, e rêr c'hoaz gouel sant Yunet, bet abad dindan sant Gwennole, en abati Landevennek, ha galvet e " vreur. " Evel kalz a venec'h-all hag a blije d'eze bevan o-unan-penn gant Doue, Yunet en em dennas en eur peniti elec'h eman breman Kastelin. Ar gèr-man he deus e gemeret da batron. Patron eo ive, en Bro-Treger, da barouz Pluzunet. K E N T E L Digitus Dei est hic : Dorn Doue a zo aze ! Etre Bro-Zôz ha Bro-C'hall oa digor ar brezel, kant vla oa; stourmajou a veze, ha bep stourmad, Bro-C'hall a golle. Ar C'hallaoued a oa rannet en diou gostezen : an Armagnaned a-du gant ar roue, hag ar Vourgignioned a-du gant ar Zôzon. Bro-C'hall a oa rivinet; he gwiniennou dêvet; he zrevajou drastet; soudarded Sôz a oa dre holl. Bro-C'hall a oa hualet ha pennasket; en Sant-Denez, elec'h ma veze sebeliet ar rouaned, e oad o paouez sebelian en kuz, kouls lavaret, ar roue Charlez VI, eur roue bel troet e spered (1422), ha pa oe lavaret war e ve ar beden divezan, eur youc'haden vezus evit ar C'hallaoued a dregarnas dre an iliz : « Bue hirr da Herri Lankastr, roue Bro-Zôz ha roue Bro-C'hall ! » Hag ar C'hallaoued n'o devoa ket rannet eur ger. O rouanez Izabel a werze gant he enor, he c'hurunen ha hini he mab; o roue yaouank, paour-raz, a dec'he eus Pariz hag a yee da chom da Chinon, da c'hortoz kuitat ar vro ha 'n em denn, pe er Spagn, pe er Skoz. An treo a oa troet war an tu enep; ne gleved dre holl nemet klemmou, klemmou eur vro o vont da vervel. En eun tol, eur youc'haden a redas skiltrus eus an eil tu d'egile d'ar rouantelez, eus an eil mene d'egile, eus an eil keriaden d'eben; eus Vaukouleur da Chinon, eus Chinon da Boitiers, eus Poitiers da Orleans, eus Orleans da Reims... Eur vroad tud a oa en he zav, leun a wad, leun a fe, leun a galon... En eun nebeut miziou, an treo a oa troet war an tu mat, ar vro he devoa kavet he bue, he nerz, he brasder, he douar. Piou en devoa dihunet ene ar vro ? An dud desket marteze ? Ya da ! an dud desket en Pariz o devoa karet mat plegan da roue Bro-Zôz. An noblanz marteze ? Ya da ! o klask gouzout e oant piou a dapje ar restad divezan eus galloud hag eus danve rouaned Bro-C'hall. Ar Spered-Glan eo en devoa c'houezet war ar Frans, hag ar Frans badezet, merc'h henan ar C'hrist, a oa dihunet; ar Spered-Glan eo en devoa desket da Jann d'Arc kaout flzianz, daoust da bep tra, en amzer da zont he bro, bale, gouzanv ha mervel eviti; hag ar Frans, bleinet gant gwerc'hez Orleans, he devoa stourmet, ha Doue en devoa roët d'ezi ar gonid. He duk, an ôtrou Yan V, a gare kalz Jann d'Arc. Pa glevas he devoa sovetaet Orleans, e kasas e govezour, an tad Milbeau, da girmig d'ezi e c'hourc'hemennou. Divezatoc'h, e kasas an ôtrou Rostrenen da gaout Charlez VII hag e kinnigas da Jann eur c'hour-gleze ha meur a goublad kezek eus ar re wellan a oa en Breiz. Arzur Richemont (1393-1458), breur Yan V, d'e zaou vla warn-ugent, a oa o stourm gant ar C'hallaoued ouz ar Zôzon hag a oe grêt prizonier en Azincourt (1415). N'hellas kaout e gabestr nemet seiz vla goude-ze. D'ar 7 a viz meurz 1425, Charlez VII hen greas konnetabl; adalek neuze, en em lakas gant aked da adsevel ar Frans, en eur rei galloud Charlez VII da anaout hag en eur ober d'ar Zôzon tec'hel. Gwasan oa, en devoa eun enebour en lez Charlez VII, an tostenner Jorj de la Tremouille. Heman reas kement war ar roue ma renkas ar c'honnetabl en em denn. Mes pa glevas hano eus Jann d'Arc, e savas dustu eun arme a 1.200 Breizad da vont da rei harp d'ezi ouz ar Zôzon. En Beaugency, d'ar 16 a viz mae 1429, en em gavas Arzur hag ar Vretoned gant gwerc'hez Orleans. O c'houzout ne oa ket arru mat gant ar roue, Jann a oa nec'het, o klask gouzout petra d'ober en e genver. Ar c'honnetabl a dostaas outi : « Jann, emezan, lavaret zo d'in ho poa c'hoant kerzet warnon. Me n'ouzon ket pe e teuet en hano Doue pe en hano an diaoul; mes ma teuet en hano Doue, n'am eus aon ebet ouzoc'h, rak Doue a oar ma mennoz, ha ma teuet en hano an diaoul, ho toujan nebeutoc'h c'hoaz. » Ar c'homzou didroïdel-ze a lakas Jann d'Arc da vezan laouen ouz Arzur hag e Vretoned. An ofiserien gall a oa endro d'ezi a zigemeras Richemont gant youc'hadennou a levenez. Jann a lammas diwar he marc'h, Richemont a reas evelti; pokat a reas d'e dreid hag adalek neuze e oent mignoned vras. Navet devez a viz Mae Sant Gregor a Nazianz Eskoh ha Doktor eus an Ilîz (***-389) Gregor a deuas er bed en Arianz, demdost da Nazianz. E dad Gregor, e vamm Nonna, e vreur Sezer hag e c'hoar Gorgonia a zo enoret gant an Iliz. E keit ma oa oc'h ober e studi en Athen, kêr vras an deskadurez en amzer-ze, e reas anaoudegez gant eun den yaouank eus e oad, e hano Bazil. Dont a rejont da vezan daou vignon, n'hellas nag an disparti, nag ar maro terri ar garante a oa etreze. O daou e oant o chom er memes ti ha ne anavezent nemet daou hent, hini an iliz ha hini ar skol. Oc'h ober e studi gante e oa eur c'hrennard, daoulagad lemm d'ezan, teo a c'houg, ledan a ziouskoa, eur balbod, eur gaouiad hag eur soured. Ar gurunen a impalaer a dlee, koulskoude, bezan e lod eun de. Klask a reas en em lakat en kompagnunez Gregor ha Bazil, mes an daou-man a anavezas o ôtrou hag a dec'has dioutan. Gregor, peurc'hrêt gantan e studi, tregont vla bennak d'ezan, a zistroas d'ar gêr. Da ouel Nedeleg 361, e oe beleget en despet d'ezan; unnek vla goude, Bazil hen greas eskob eus Sazim, mes n'hellas ket ober d'ezan mont d'e eskopti. Gregor ne oa tamm ebet troet war an enor, ne gare nemet ar sioulder. Koulskoude, er bla 379, war beden kristenien vat Konstantinopl, a wele gant tristidigez o iliz o vont d'an traou, gant an tôliou a skoë warnezi an arianed daou-ugent vla oa, e teuas da chom er gêr veur-ze. Digemeret fall awalc'h e oe; Konstantinopliz, tud lorc'hus evel ma oant, o welet e gorf brevet gant an oad, e benn moal, e zioujod kleuzet gant an daerou hag ar yuniou, a reas dismegans d'ezan; an arianed a stlapas mein gantan hag a stlejas anezan dirak al lez-varn, evel eun torfetour. Gregor a c'houzanvas ar waperez-ze gant pasianted hag a lavare outan e-unan : «Kostezen ar re fall eo ar c'hrenvan, mes stourm a ran evit ar wirione; an ilizou a zo dindan o galloud, mes Doue a zo ganin. » Dre e zousder vras hag e brezegennou helavar, e reas da eleiz dizrei war an hent mat. An impalaer Theodos a c'hoantaas ma vije laket an den santel da eskob en Konstantinopl. Ar c'honsil-meur bodet er gêr-ze, er bla 381, hen hanvas ; mes unan bennak o vezan enebet, e roas e zilez hag e kimiadas diouz e iliz a c'halve e c'hloar hag e gurunen : « Ma bugale, a lavare d'e gristenien, miret tensor ar fe ha dalc'het sonj eus ar vein a stlapec'h ganin abalamour ma poanien da lakat ar gwir gelennadurez da gemer gwriziou en ho kalonou. » Mont a reas d'e vro da beurachui e amzer. Eno e skrive, e yune hag e pede : «Bevan 'ran, emezan, en kreiz ar c'herreg hag al loened goue. Ne welan ket liou an tan ha bale ran bepred diarc'hen; eur zaë a c'holo ma c'horf ha netra ken; gourvez a ran war ar plouz hag evit pallen am eus eur zac'h; glebian ran al leuren gant an daerou a skuilhan. » Deut zo betek ennomp eur bern skridou uhel ha gwerziou kaer savet gantan. E varo eùrus a zigouezas er bla 389. E relegou a virer breman en iliz-veur Sant-Per, en Rom. K E N T E L Ar vignoninachou torret En em garet, o c'houzout en em garer, setu petra eo ar vignoniach. Diwan a dle war garante Doue, anez ze, gwell eo ne ziwanfe ket; eur wech diwanet ne dle ket mervel, rak en em garet a zo en em garet bepred, pe n'eo ket 'n em garet eo. Ar vignoniach, eur wech diwanet, ne dlefe ket mervel. Mes n'eo ket evelse e c'hoarvez ; mignoniachou zo, eleiz, hag a dorrer ha ne dlefer ket terri, ha re-all, hag a renker terri. I. - Ar vignoniach zo red blaveziou evit he c'hroui hag a ve torret en eun hunvre. Piou n'en deus ket baleet war hent ar vue, dorn ha dorn ha kalon ouz kalon gant unan bennak ha n'en deus darempred ebet gantan ken ? Kement-se a c'hoarvez gant an holl. Trei a rêr kein an eil d'egile, abalamour mac'h a re vat pe re fall an treo, en eun tu pe eun all. Souezus eo nag a vignoned a chom ouz an drez, pa gouezer eus an eürusted er baourente; nag a vignoned a chom a-drenv, pa bigner eus eur renk izel da unan uhel. II - Mignoniachou zo eta hag a dorrer ha ne dlefer ket terri, mes bezan zo re-all hag a renker da derri, daoust pegen kalet e vefe heu ober. Ar vignoniach a dle hon dougen d'ar vad ; ma tigouez ar c'hontrol, ar vignoniach, anat eo, a zo sec'he deliou, ha brein he gwriziou, ha n'eus nemet eun dra d'ober outi, he zennan hag e stlepel pell diouzoc'h; anez, an disteran tra a lako an tan enni hag a luduo ho prud val: hag ho santelez. Red eo en em zispartian diouz an dud a ra an droug ; arabad kaout kasoni oute, mes red eo chom hep mont ken war o zro, ha chom hep kaout aon oute. Eur mignon mat a zo eun tensor; eur mignon fall, n'eus ket gwasoc'h enebour. Dekvet devez a viz Mae SANT ANTONIN Arc'heskob Floranz (1389-1459) Antonin a oa ginidik eus Floranz. Pennher oa. E gerent a droas anezan a vihanik war an deskadurez ha war ar zantelez. Da zek vla, en devoa kemeret ar c'hiz da vont bemde d'ober e bedennou da iliz Sant-Mikêl. Donezonet kaer evel ma oa, e teuas da vezan trec'h da holl vugale e skol. Da bempzek vla, e lavaras kenavo d'e dad ha d'e vamm hag e oe digemeret en manati Sant-Dominik, en Fiezol. Eno Antonin, daoust d'ezan da gaout nebeut a yec'hed, a zouezas an holl, ken troet oa gant ar beden, gant al labour ha gant ar binijen. Forz pe glanv pe yac'h e vije, bepred e kouske war ar c'halet, hag alïes war an douar noaz. Eur wech beleget, e lakas e zantelez da greski muioc'h-mui. Bep gwech ma lavare an oferen, e koueze an daerou eus e zaoulagad, kement a garante a oa en e galon evit an Otrou Doue. Yaouank c'hoaz e oe hanvet da c'houarn manatiou Fiezol, Korton, Gaëtan, Floranz, Sienn, Pistoa, Napl ha Rom. En pep-hini aneze e lakas miret ar reolen, n'eo ket hepken dre e gomzou, mes ive dre e skoueriou. Epad ma oa en Napl, arc'heskob Floranz a varvas. Ar pab Eujen IV a c'hourc'hemennas da Antonin kemer e blas. An arc'heskob neve a zalc'has da vezan en e eskopti ar pez oa bet en e vanati; e dôl, e wele, e gampr, holl dreo e di n'o devoa nemet liou ar baourente. C'houec'h den a oa en e zervij, hag o faean a rê en eun doare ma ne vijent ket o c'hedal kaout eun dra bennak digant kement hini a deuje d'an eskopti. Bep sul ha bep gouel e prezege en hini pe hini eus ilizou kêr. Eur c'hoari neve a oa deut ar c'hiz anezi er vro, ha pôtred yaouank Floranz a golle ganti eleiz a arc'hant; ar gerent a glemrne. An arc'heskob a zifennas' ar c'hoari-ze, dindan boan a eskummunugen. Mont a rê e-unan d'al lec'hiou c'hoari; ober a rê d'ar c'hoarierien tec'hel, diskar a rê an tôliou ha stlepel d'an douar ar c'hartou hag an arc'hant. Ober a rê d'ar re a wele o komz en iliz, hep digare, mont er-mêz. N'en devoa aon ebet oc'h enebi ouz ar re a wele o walan an Iliz hag he gwiriou. Rannan rê e beadra en ter loden; ar c'hentan hag ar vihanan a oa evit an ti; an eil, evit kempenn e balez a oa prest da gouezan; an drede hag ar vrasan a oa d'ar beorien. E gomzou o devoa eur c'halloud dispar. Eun den eus Floranz, evit de kentan ar bla, a zigasas d'ezan eur baneradig frouez, en esper kaout eur c'haer a zêrou mat. Ar zant, evit diskouez e anaoudegez vat, ne reas nemet lavaret d'ezan : « Doue d'ho paeo ! » Egile a yeas kuit tenval e benn. An arc'heskob o vezan deut da c'houzout e oa droug ennan, a c'halvas anezan war e giz hag a lakas dirakan, war eur bladen eus ar valanz, ar banerad frouez, ha war ar bladen-all, ar geriou-man : « Doue d'ho paeo, » skrivet war eun tarnm paper. Ar paper ne oe ket nec'het evit gwintran ar frouez; o ferc'hen mezek a c'houlennas e bardon. D'an oad a dek vla ha tri-ugent, Antonin a gouezas klanv gant an derzien; goulenn a reas e zakramanchou, ha d'an 2 a viz mae 1459, derc'hent ar Yaou-Bask, e tremenas en peuc'h ar C'hrist, en eur lavaret : « Serviji Doue zo bezan roue.» K E N T E L Ar giziou kristen Ar zent o deus diazezet an Iliz er vro-man, o deus laket hon zud koz da gemer giziou kaer, giziou kristen, a zo deut betek ennomp, a rumm da rumm, hag ouspen ar vez, e vefe pec'hed d'imp o lezel da vont d'an traou. Evit trugarekât, petra zo kaeroc'h da lavaret eget « Bennoz Doue d'ac'h » ? War dreujou eun ti, petra zo kaeroc'h da lavaret evit saludi ar re a zo ennan eget «Doue d'ho pennigo» ? Ha petra zo kaeroc'h da glevet, evit digemer, eget « ennoz Doue d'ac'h » ? Pa gimiader diouz eun den klanv, petra zo kaeroc'h da lavaret d'ezan eget «Doue da rei gwelloc'h yec'hed d'ac'h » ? Pa gomzer eus eun den êt da anaon, penôs komz kaeroc'h anezan eget o lavaret : « Hen-ha-hen, Doue d'hen pardono » ? Pa rêr kest en iliz, petra zo kaeroc'h da lavaret d'ar re a ro prof, eget «Doue d'ho paeo » ? Pa gomzer eus sakramant an Oter, petra zo kaeroc'h da lavaret eget « Ar zakramant, meulet ra vezo » ? Kemeromp giziou koz ha kristen hon tadou, ha deskomp aneze d'hon bugale. Kant «bonjour» ha kant «merci» n'eus ket kement a c'hened hag a dalvoudegez enne evel ma zo en eun «Doue d'ho pennigo !» hag en eur «Bennoz Doue d'ac'h ! » Unnekvet devez a viz Mae Sant Fransez a Girolamo Eus a Gompagnunez Jezuz (1642-1716) Fransez a deuas er bed en Grotailh, eur gêriaden tost da Darant, en Itali, d'ar 17 a viz gwengolo 1642. Ar c'hosan oa eus a unnek. E gerent, o welet e aked 'vit ar studi hag ar beden, hen lakas war an hent da vont da veleg, ha d'an 18 a viz meurz 1666, e pigne ouz an ôter. Pemp bla goude-ze, e oa digemeret en Kompagnunez Jezuz. Diskouez a reas kaout c'hoant da vont d'an Indez pe d'ar Japon da brezek ar fe ha da skuilh, marteze, e wad evit Jezuz-Krist. « Evidoc'h c'houi, a lavaras e vistri d'ezan, an Indez hag ar Japon a zo en Napl; ar broudou hag an drein a gavfet en ho labouriou pemdeziek a vezo hom merzerenti. » Eur wech laket e loden d'ezan, Fransez a stagas da boanial a galon vat. N'en devoa, epad an tri bla kentan, netra d'ober nemet gervel an dud da dostât ouz an dôl zantel, da drede sul ar miz. Kement a aked a lake d'ober ar pez a oa en e garg, ma veze gwelet betek ugent mil den, er mêmes sulvez, o taoulinan ouz tol ar zakramant. Epad daou-ugent vla, ne reas nemet prezek, kovez ha lakat an dud da gommunian. Helavar oa meurbed en e brezegennou; diskouez a rê pegen fall eo ar pec'hed, pegen striz barnedigez Doue, gant komzou ken frêz, ma lake ar c'hlac'har da denerat kalonou ar bec'herien ar re galedetan; goude-ze e tiskoueze trugare divent Jezuz-Krist, gant komzou ken c'houek, rna teue a benn da lakat kement hini a deue d'e zelaou da zaoulinan en lez-varn ar binijen. Ne oa ket evit gouzanv an disteran mank a zoujanz en kenver sakramant an ôter. Eun devez, en em lakas da c'hourdrouz da vat eun itron vras, abalamour m'oa chomet azezet epad ar gorreou, en oferen. Karet a rê ive ar Werc'hez Vari gant eur garante dener. Epad daou vla warn-ugent e prezegas eur wech ar zun en he enor, hag alia rê an dud yaouank a felle d'eze bale dinec'h war hent ar fumez, d'en em erbedi alïes ouz Mamm Doue. Lenn a rê er c'halonou, ha kâs en devoa ouz an dud na deuent da govez nemet evit ober zeblant. Eun devez, e teuas d'e gaout eun devodez hag a oa en gortoz bezan digemeret mat. Fransez, dal m'he gwelas, a lavaras d'ezi, treut e gomz : - Et diwar ma zro. Nag e c'haillfen, ne garfen ket ho selaou er gador-govez ! - Petra ? eme ar plac'h, sebezet holl gant eun hevelep digemer, falloc'h evidon-me a ve war ho tro, alïesoc'h evit, bemde. - A c'hell bezan, eme ar zant, mes ne deuont ket hep klask o f'ec'hejou, hep kaout keun d'eze, ha heb eur mennoz start d'en em viret dioute en amzer da zont. Ar gentel a zougas frouez. Bezan e oa en amzer-ze, en Pariz, eur protestant, Fransez Carrier e hano, a oa dimezet d'eur gatolikez vat, Madalen Olivier, a roas d'ezan diou verc'h. C'hoant en devoa bet d'ober d'e vugale heuilh e relijion, mes keit ha ma vevas ar vamm, houman a viras outan. D'he maro, en esper dont a benn eus e dôl, e kuitaas Pariz gant e verc'hed evit mont da Jenev, kêr-benn ar brotestanted. Grêt en devoa d'eze kemer dilhad pôtr da vont en hent; mes eun devez, ar vugale, skuiz gant ar bale ha skuisoc'h c'hoaz gant o zad, a lazas anezan en korn eur c'hoat hag a guzas e gorf dindan eur bern strouez. Mont a rejont goude-ze da Vilan, hag eno, dre laer, e c'helljont en em zilan en arme Charlez II, roue ar Spagn. Eus Milan e oent kaset da Napl, hag eun devez, en eur redek war-lerc'h laeron meneziou an Abruz, unan aneze a oe lazet. Eben hen sebelias, hi he-unan, hag a zizroas d'ar c'hazern. Charlez Pimentel 'oa an hano he devoa kemeret. Eun devez ma oa gant ar zoudarded-all oc'h ober an exersiz war blasen ar c'hastel neve, ar zant hen gwelas hag hen galvas. « Me garfe ec'h afes da govez ! » emezan. - Da govez, ha perak ? eme ar zoudard. - Daoust ha n'out ket eur plac'h, eme Fransez, a 'n em guz evelse dindan dilhad pôtr ! Da wir hano eo Mari Carrier, ha ganet out en Pariz. Arabad d'it klask kuzet da vue ouzin, rak me oar a teus lazet da dad. -Me n'ouzon ket petra ho peus c'hoant da lavaret, eme Bimentel. Mont a rin d'ho kaout varc'hoaz. Eun devez ha daou a dremenas, ha da gaout ar zant Mari Carrier ebet ne deuas. Hag hen d'he c'hlask ken n'he c'havas; hag e reas d'ezi kemer dilhad he renk, kovez, kommunian ha bevan ar rest eus he bue en kristenez vat. Ar burzud-ze a c'hoarvezas er bla 1688. Fransez a varvas d'an 11 a viz mae 1716. Mari Carrier ne varvas nemet er bla 1727, ha pa oe digoret ar prosez war bue ha war miraklou he c'hovezour, e oe unan eus an testou a oe klevet da gentan. Ar pab Gregor XVI a lakas Fransez Girolamo e-touez ar zent, er bla 1837. K E N T E L Doue ne zilez ket ar pec'her Doue ne goll gwech ebet ar gwel 'eus eun ene, daoust pegen pell bennak e c'hell tec'hel dioutan war hent an droug, daoust pegen izel bennak e c'hell kouezan war hent an ifern, rak an ene a zo bet merket gant gwad Jezuz-Krist, ha kaer en devo an drouk-spered he labean, birviken ne ziverko ar pez a verkas galloudekoc'h evitan. Doue a heuilh ar pec'her epad e vue, hag en deus mil doare dishenvel d'hen gervel da zizrei d'ar gêr. Eur c'holl, eur c'hlenved, eur maro a lak eur banne sklerijen da darzan 'us d'ezan, ha ma kar neuze mont da gaout ar beleg, eman kavet gantan ar vue a gas d'an hini a bado da viken. Doue hon galv; arabad d'imp dale da zizrei; an devez warc'hoaz n'eo ket da lavaret hen gwelfemp. Ar c'hras a deu d'imp hirie, ma n'he lakomp ket da dalvezout dustu, piou oar ha nerz awalc'h hon devo d'hen ober goude-ze ? Daouzekvet devez a viz Mae Santez Flavia Domitilla Prinsez, gwerc'hez ha merzerez Sant Nere ha sant Achile he mevelien, merzerîen Betek Neron, an lliz a greskas, sioul ha didrous. Ar brezel kentan en he enep ne zigoras nemet de war-lerc'h tân-gwall Rom, en fin miz gouere 64, ha ne badas nemet pevar bla. Goude maro Neron, epad seiz vla warn-ugent, an lliz a oe lezet en peuc'h, hag a welas he bugale o stankât endro d'ezi. Eur brank zoken eus familh an impalaer, ar Flavianed a oe badezet en amzer-ze. Er bla 95, Domisian, dispignet gantan holl beadra ar gouarnamant, a c'hoantaas kargan e yalc'h c'houllo. Kas a reas dre ar bed eur gourc'hemenn, ma teuje ar Judevien a oa o vevan er-mêz eus o bro, da baean d'ezan an tailhou kenkouls hag ar re a oa er Palestin. Ar baganed a zelle, evel ar mêmes re, ar judevien hag ar gristenien, hag a c'hoantaas kaout arc'hant digant an eil rumm hag egile. Mes ar gristenien, gant aon d'ober 'vel pa nac'hjent o fe, o 'n em lakat en renk ar judevien, a chômas holl hep paean an truajou neve. War an digare-ze e stagas Domisian d'ober brezel d'eze. Ar brinsez Flavia Domitilla, nizez an impalaer Titus, a oe harluet en enezen Pontia gant daou zoudard koz, Nere hag Achile, badezet evelti hag a oa en he servij. Dalc'het e oent eno en dienez ar vrasan epad meur a vla, rak sant Jerom a lavar en unan eus e lizeriou : « Paula zo digouezet ganti tremen dre enezen Pontia, brudet gant Domisian, en devoa harluet enni noplan gwreg a oa en hec'h amzer, Flavia Domitilla; o welet ar c'hamprou enk ha paour ma c'houzanvas enne he merzerenti hirr ha poanius, he deus santet diouaskel he fe oc'h astenn hag ar c'hoant o kreski en he c'halon da welet Jeruzalem hag an douar santel. » Flavia Domitilla hag he daou vevel a oe laket d'ar maro en Terrasina, en amzer Trajan, an trede impalaer a glaskas beuzi an lliz en gwad he bugale. 0 c'horfou a oe sebeliet gant enor en beziou ar Flavianed, eun tammig er-mêz eus kêr Rom, war hent Ardea. Eur porrastel bras ha kaer (a virer c'hoaz en de a hirie) a roë digor da vont betek enne. Divezatoc'h e oe savet eun iliz 'us d'o relegou santel. Sant Gregor Meur (590-604) a reas enni meuleudi an tri merzer kalonek : « Ar zent m'emomp e-tal o beziou, emezan, o deus flastret dindan o zreid bleuniou ar bed; hent ar vue a oa digor kaer dirake, an danve a oa être o daouarn, ar peuc'h a oa en o zi ha, koulskoude, ar bed, daoust d'e vleun touellus, a oa deut da zizec'han en o c'halon. » Ar verzerien, sklerijennet gant sklerijen ar Spered-Santel, a oar en em zistagan diouz ar pez a dremen, a wenv hag a deûz, evit en em stagan ouz Doue, au hini a vleunio da virviken en liorzou ar baradoz. Iliz Sant-Nere ha Sant-Achile, o vont da gouezan en he foull gant ar gozni, a zo bet adsavet gant ar c'hardinal Baronius, en blaveziou divezan ar XVIet kantved. Relegou ar verzerien,' goude bezan grêt tro kêr Rom, a oe douget d'o beziou neve, war eur mor a dud, a gan hag a vleuniou. K E N T E L Mistri ha Mevelien Fazian rêr à-grenn o kredi eo grêt ar paour hag ar pinvidik evit bezan enebouricn touet an eil d'egile; ar c'hontrol eo a zo gwir, grêt int evit en em glevet. En den, an izili o deus galloud dishenvel; kement-se ne vir ket oute d'en em ober. Er sosiete, ar paour hag ar pinvidik o deus renkou dishenvel; kement-se ne dle ket miret oute d'en em glevet, rak ar paour en deus ezom eus a arc'hant ar pinvidik, hag ar pinvidik eus a labour ar paour. En em glevet a refont dal ma klasko an eil mad egile, mad e gorf ha mad e ene; en em glevet a refont, dal ma vleunio etreze ar garante gristen, rouanez ha mestrez an holl vertuziou. « Ar garante-ze, eme sant Pol, a zo pasiant, chentil, n'eman ket o klask he mad he-unan; dougen a ra he c'hroaziou ha gouzanv a ra pep tra. » Trizekvet devez a viz Mae SANT BRIEG Eskob (417-510) Kentan patron eskopti Sant-Brieg Brieg a deuas er bed, en Breiz-Veur, war-dro ar bla 417. Pac'h eas sant Jermen da brezek di, evit ar wech kentan, e oe roët d'ezan da gelenn gant e dad. C'houezek vla goude, pa zizroas (447), e velegas hag e kasas anezan d'e vro. Brieg a gonvertisas neuze e dud hag e anaoudegez. Sevel a reas manati al Lann-Vras, hag e ren a reas epad daou-ugent vla. Er bla 485, e tiskennas en Bro-Arvor hag e touaras gant e eiz hag eiz-ugent manac'h en aber ar Goued. En kichen, en park an derven, e oa eur Breizad-all o chom gant e dud, e hano Rhigal. Eur pennad a oa ne oa ket yac'h; Brieg, gant daouzek eus e venec'h, a yeas d'e gaout. Rhigal hen anavezas raktal evit bezan e genderv. « Sell 'ta, emezan, heman eo Brieg, ma c'henderv, doktor bras ar gristenien, ken brudet e-touez Bretoned Tremor ; Doue hen digas, hep mar ebet, d'am farean ! » En em vriata a rejont gant teneridigez. Brieg a lakas Rhigal da evan dour fresk binniget evitan, ha gant an evaj-ze e boan a dec'has. Rihgal, dre anaoudegez vat, hag evit miret Brieg en e gichen, a roas d'ezan ar maner en devoa savet en park an derven hag an douarou a oa stag outan, hag en em dennas en eur rann-all eus e leve, en Plouhelion, a oe leshanvet diwar neuze Lez-Helion. Brieg a 'n em lakas da zevel eun iliz en plas ar maner roët d'ezan gant e genderv, ha tro-war-dro d'ezi, eun daou-c'hant lochen bennak evit e venec'h. Ar gêriaden-ze eo a deuas da vezan, gant an amzer, kêr Sant-Brieg. Brieg a lakas e venec'h da brezek ar relijion tro-war-dro d'e vanati, hag hen e-unan a dôle plê, gwellan m'halle, ouz o labouriou. Dek vla ha pevar-ugent a welas, ha d'an oad-ze, pa n'helle mui ober hent war droad, e valee en eur c'harr. Eun devez, o tizrei eus eun dachen 'oabet o weleta-bell, e kane psalmou, azezet en e garr, hag ar venec'h, en e rôk, a ziskane. An noz a deue; en eun toi, ar venec'h a dav hag a dec'h, hag en o lec'h, an abad santel a wel eur renkennad bleidi, lemm o skilfou, lemm o lagad, oc'h ober an dro d'ezan hag o klask sailhat war an ejenned a oa sternet ouz e garr. Ar zant a zav e zorn, hag ar bleidi, kerkent, a goue d'an daoulin dirakan, evel evit goulenn o fardon. Mes pa hellas d'ar venec'h aonik tostât ouz o abad, ar bleidi ne felle ket d'eze o lezel. An treo a badas evelse epad an noz. An de war-lerc'h, eun neventi a zigouezas. Eur Breizad, e hano Konan, o tont eus Breiz-Veur, a oa o paouez douaran gant e zoudarded. Paganed 'oant ha kenvroïz da Vrieg. Konan, o welet an abad santel gant e varo gwenn ha hirr, azezet war e garr evel war eun trôn, ar bleidi goue daoulinet dirakan o viret ouz ar venec'h da dostât, a lavaras d'e dud : - Sellet ta ! sellet ta ! - Gwelet a reomp ! eme ar re-man, ken sebezet hag hen. Konan hag a oa deut da c'houzout e oa an den koz-ze eur manac'h, eur beleg kristen, marteze e genvroad, a lavaras d'ezan : « Tad, tad, ni ne fell d'imp kaout Doue-all ebet nemet da hini ! Red eo dit non badezi holl aman ! » Evel pa ne vije bet o c'hedal netra nemet ar ger-ze, evit digeri dor e brizon, Brieg a c'hourc'hemennas kerkent d'ar bleidi en em denn, hag a gomzas neuze laouen ouz Konan. Gourc'hemenn a reas d'ezan ha d'e dud yun epad seiz devez; epad ar seiz devez-ze, e kelennas aneze, ha d'an eizvet, e roas d'eze ar vadeziant. Koulskoude, an abad santel a dostae e dermen. Ar c'houec'hvet kantved a oa digor (510). Eur c'hannad a deuas da bark an derven da zigemenn da Vrieg mont da welet Rihgal a oa klanv. En em gavet en Lez-Helion, ar manac'h a roas d'e genderv bara ar vue a bado da viken hag a lavaras d'ezan kenavo er baradoz. Dizro d'e vanati, ne zaleas ket da dremen e-unan. (1) (1) An devosion evit kentan pastor eskopti Sant-Brieg a zo bet neveaet gant an otrou Fallières, eskob er bla 1893. 'Barz 'n eul lizer kaset eur bla arôk da holl gristenien e eskopti, e roas urz d'ober eur gest, de sul ar Pantekost, en holl ilizou evit adsevel chapel sant Brieg, bet adgrêt dija e kerz ar XVt kantved, ha kouezet, kouls lavaret, en he foull. A-unan gant ar chapel e oe adsavet ar gouel. Gant sakridigez an ôtrou Dubourg, hirie arc'heskob ar Vretoned, e oe lidet an hini kentan, ar 16 a viz ebrel 1893. Aboue eo bet grêt bep bla, an eil zul goude Pask, herve gourc'hernenn an ôtrou Fallières. SANT SERVEZ Eskob (***-384) Ober a rêr hirie ive gouel sant Servez. Servez a oe ganet er Beljik, war a greder, war-dro ar bla 300. Betek ma oe hanvet eskob, ne anevezer ket nemeur e vue. Adalek, avat, m'eman etre e zaouarn eskopti Tongr, e teu e hano da vezan brudet dre ar bed-holl. Gwelet a rêr anezan o stourm eneb an Arianed, o tiskuilh o falskredennou en tri gonsil : hini Sardik (344), hini Kologn (346), ha hini Rumini (359). War-dro ar blavez 380, e tiruilh war ar vro bagadou gouezidi, an Huned o hano, renet gant Attila, eur roue draster. Ar re-man a lak en tan hag en gwad ar broiou dre ma tremenont. Servez a bed Doue da espern, da vihanan, e eskopti, hag a ya da Rom da bedi evit e zenved, e-tal beziou an Ebestel. Mes sant Per a zisklerias d'ezan e vije flastret kêr Tongr gant an Huned : «C'houi, emezan, dizroet da Dongr; laket urz en hoc'h aferou hag et goude da Vaestrik da c'hortoz ar maro.» Servez a zistroas da Dongr hag a zisklerias d'ar bobl glac'haret ar pez a oa gourc'hemennet d'ezan gant ar Mestr. Prest goude ma oe digouezet en Maestrik, e kouezas klanv hag a varvas, an 13 a viz mae 384. War e ve e c'hoarvezas eun dra souezus : epad ar goanv, pa vije erc'h el lec'hiou-all, a droatajou, be sant Servez a vije espernet. Ar burzud-ze a lakas eskob Maestrik, sant Monulphus, da zevel eun iliz kaer dispar elec'h ma oe digaset relegou ar zant. Eleiz a viraklou a c'hoarvezas eno. Eur zoudard, skoet gant ar maro trum, a zavas a varo da veo, hag a gontas e oa o vont da vezan stlejet d'an ifern, pa deuas sant Servez da c'houlen seiz vla bue c'hoaz evitan. Bevan a reas, en gwirione, seiz vla ouspen. Mes ar c'haeran burzud a reas sant Servez evit an Iliz hag evit ar vro, oe rei an trec'h da Charlez-Martel war ar Sarazined en emgann bras Poitiers. Sant Servez an eus chapeliou en Breiz-Izel abaoue an amzeriou pellan. Diou en deus, dreist-oll, unan en Leon, hag unan-all eu Kerne-Izel. Houman, gwechall «trêv» ouz Duod ha hirie eur gaer a iliz-parouz, eo ar vrudetan. Eur pardon bras a ve grêt eno bep bla, hag a oa brudet gwechall kement hag ar re gaeran a Vreiz, kouls ha Bulat, Landreger ha Gwengamp. A Dreger, a Gerne dôn, ha zoken a Wened, e vije gwelet eno pelerined dre vil, deut da bedi ar zant da ziwall o zrevajou diouz ar reo hag ar skorn. (1) (1) Penôs e teuas sant Servez da vezan anavezet en Bro-Gerne ? Diouz ma lavar an O. Joncour, bet person en Sant-Servez, marvet person en Plistin, e oe digaset e relegou da Vro-Gerne gant sondarded an impalaer Loeiz, mab Charlemagn, deut d'ober brezel d'ar c'homt Guiomarc'h, ha savet o c'hamp gante en koajou Duod. En kichen, e oa eur chapel da sant Lauranz hag e lakjont enni relegou sant Servez a oa gante : evelse e tenas da vezan anavezet hag enoret dre ar vro. Eur chapel-all a oe savet ha kresket a dam da dam, adalek ar bla 1510. Ar pardon ne vije grêt anezan gwechall nemet pardon ar bac'hadou Gwechall-goz, sant Servez en Breiz a oa brudet ; Pardon ar bac'hadou n'e ket c'hoaz ankouaet. Epad ar gousperou, de 'rôk ar pardon bras, Evit hijan ar reo 'strake ar pennou baz. Ha, goude 'vije bec'h, 'tre Kerne ha Gwened, ' Vit goût piou a dougje ar zant 'mêz ar vered. (Kanaouennon en Yez Treger. gant Y. M. G. p. 45) K E N T E L Bue ar Venec'h Ar Vretoned, pa zouarjont en Arvor, a oa dija kristenien; n'o devoa ken beleien nemet beleien-menec'h. Ar veleien-ze eo a brezegas ar fe d'an Arvoriz hag a roas dorn d'ar Vretoned da zevel eur Vreiz neve war zouar Arvor. 0 bue a oa rannet etre tri dra : al labour-spered, al labour-korf hag ar beden. Kerkent hag eiz heur ec'h eent d'o devez; darn a yee da labourat koad; darn da labourat houarn. Pep-hini a re ar vicher a ouïe ar gwellan; nikun ne chome hep gonid e vara diouz c'houezen e dâl. Ar venec'h speredekan a renke labourat gant o c'horf, kenkouls hag ar re-all. Da der heur, e teued d'ar manati hag e kroged el labour-spered; darn a studie, darn a skrive ha darn a rê skol, rak ouz pep manati e oa eur skol, ha ne oa nemet ar venec'h o skola ar vugale, en amzer-ze. Da c'houec'h heur, e kaned ar gousperou hag e vije koan : bara, lez, pesked, uou ha mel, setu ar bevanz pemdeziek; tamm kig ebet, nemet a-wechou, d'ar zul. Goude ar pred, e veze grêt ar pedennou diouz an noz, ha pep-hini a 'n em denne en e beniti, d'ober eur gourvez; eur c'holc'hedad foen, hep linsel na pallen, setu ar gwele; gourvez ennan vije grêt, hep diwiskan an dilhad. Da hanter-noz, e vezer dihunet hag ec'h eer d'an iliz da ganan an ofis; dizrei a rêr goude d'ober eun hun-all; kerkent ha goulou-de, e oa an eil sao, hag ec'h eer da bedi, betek ma teue an heur da stagan gant al labour-korf Setu aze ar vue kalet a renas ar zent koz a grouas ar vro-man. En de a hirie, tud berr-wel ha fallakr a glask, gwasan m'hellont, diskar ar pez o deus savet, en eur lakat ar Vretoned da dec'hel diouz al labour, diouz ar vro ha diouz Doue. Mes daoust d'an dud-ze ha d'an amzer, Breiz-Izel ne varvo ket : ni chomo ar pez m'omp bel laket gant Doue. Micher hon zadou e vo hon micher; yez hon zadou e vo hon yez; Doue hon zadou e vo hon Doue. Eus ar pez o deus anzavet, ne nac'hfomp netra; eus ar pez o deus krouet, a-unan gant an eskibien vras hag ar venec'h gwenn, n'ez ay netra e traou; kempenn, neveât ha kaeràt ar pez o deus grêt eo a fell d'imp, dre Hon Zalver Jezuz-Krist. Pevarzekvet devez a viz Mae SANT PAKOM Abad (292-348) Pakom a deuas war an douar 'barz an Thebaïd, evel eur rozen e-touez ar spern; seul-vui e poanie e gerent d'e drei war ar relijion bagan ha seul-vras oa an euz a deue da gaout outi. Epad ma oa soudard, o tremen dre Dheb, e oe digemeret ken mat gant kristenien ar gêr-ze, ma c'hoantaas heuilh eur relijion hag e oad ken karantezus enni en kenver an nesan. Prest goude e vadeziant, e reas anaoudegez gant eun den koz, e hano Palemon, a oa o serviji Doue e-unan-penn, pell diouz trouz ar bed, en dônder ar gouelec'h. Goulenn a reas outan e gemer da ziskib. — Bara ha holen eo ma magadurez, a lavaras d'ezan ar manac'h koz; an hanter eus an noz a dremenan o kanan ar psalmou pe o studian ar Skritur-Zakr ! — N'eusf'orz, eme Bakom, dre ho pedennou am bezo, digant Hon Zalver Jezuz-Krist, nerz da ren ar vue a renet. Palemon, o klevet Pakom o komz evel ma rê, hen miras gantan. Ar manac'h yaouank a zalc'has d'e c'her; war an de e yune hag e laboure; pa deue an noz, e tremene an hanter anezi o pedi ; pa zigoueze gantan moredi, Palemon a lavare d'ezan : « Tol evez, Pakom, gant aon na deufe an drouk-spered d'az touelli ha da zismantr hon labour. » Eun devez, Pakom a oa diskennet da zastum keuneud ha ne gavas ket e hent da zistrei d'e ermitaj. Mont a reas betek Taben, war lez an Nil. Evel ma pede Doue da gaout true outan ha d'ober d'ezan kaout e hent, e klevas eur vouez hag a lavare : «Chom aman, Pakom, ha sav aman eur manati, rak eleiz a dud, evit en em sovetât, a deuio da vevan dindannout, hag e reni aneze etrezek ar baradoz gant ar reolen a roïn d'it. » Ar c'hentan diskib en devoe Pakom e oe Yan, e vreur henan. Ouspen kant-all a deuas goude. « Meneziou an Thebaïd, eme sant Athanas, zo leun a gristenien 'zo noz-de o kanan ar psalmou, o studian, o yun, o pedi, o labourât, abalamour d'eze da c'hallout ober aluzen. Etreze eman ar peuc'h, an unvaniez hag ar garante o ren. Pa weler ar venec'h santel-ze, e c'heller lavaret : « Na kaer eo ho teltou, o Jakob ! Na kaer eo ho teltou, o Israël ! enne eman ar freskadurez hag an disheol; henvel int ouz enezennou dudius en kreiz eur ster; henvel int ouz tier en deus savet an Otrou Doue e-unan ! » Ar pez a oa miret, dreist pep tra, en Taben, e oa ar zentidigez ouz ar reolen. Eur manac'h a reas eun devez diou dorchen, elec'h unan en devoa urz d'ober, hag a lakas aneze en e brenestr da ziskouez. Pakom o gwelas hag a lavaras : «Setu aze labour c'hrêt ha poan gemeret evit an drouk-spered. » Ar manac'h a renkas, eun dorchen en pep dorn goulenn pardon da vezan diskouezet, evel e beadra, ar pez a oa da Zoue. Kondaonet e oe, ouspen, da chom en e beniti, epad pemp miz, d'ober diou dorchen bemde, hep magadurez-all ebet nemet bara, holen ha dour, evit deski d'ezan senti. Er bla 348, ar vosen a reas eur rins war menec'h Pakom. Ouspen kant aneze a varvas; e-unan e kouezas klanv. Pa oe war e dremenvan, e c'hoantaas, eur wech c'hoaz, gwelet e venec'h, hag o vezan o bodet endro d'e wele, e lavaras d'eze : « Ma bugale muian-karet, mont a ran etrezek ar bed-all; gwelet a ran ma êl mat ouz ma gervel; dalc'het don en ho spered ar gelennadurez am eus roët d'ac'h, tec'het diouz an heretiked. Petronius, ho preur, en deus ar pez a zo red da gaout evit bezan ho pastor; kemeret anezan ; ne fell ket d'in ho lezel emzivad. » Ober a reas sin ar groaz ha tremen a reas d'ar 14 a viz mae 348. K E N T E L Ar zentidigez War au douar-man hag en nenv, evel ma lavar d'imp an abostol sant Pol, n'eus nemet eur mestr hag eun ôtrou hag eo Doue, an hini en deus krouet pep tra hag a vir ar bed en e zav. Pep glin, eme an Aviel, a dle plegan dirazan, en nenv, war an douar hag en ifern; da welet en deus dre-oll, ha pep-hini a dle ober bepred herve e c'hourc'hemenn. Etrezan hag etrezomp ez eus tud o terc'hel e blas; ar re a zo en penn an Iliz o deus da welet war dreo ar relijion; ar re a zo en penn ar Gouarnamant o deus da welet war dreo ar vro. Galloud an eil hag egile a deu eus krec'h; gourc'hemenn a dleont, ha senti a dleer oute; mont a rer enep Doue, pac'h eer en o eneb. An Iliz hag ar Gouarnamant a zo diazezet war an tiegez; kerkent ha ma teu ar men-diaze-ze da lôskàt, ar sosiete a-bez a deu da vrallan ha da ginnig kouezan en he foull. Evit ma vezo sentidigez ouz ar re a zo en penn an Iliz hag ouz ar re a zo en penn ar Gouarnamant, eo red eta e veto, da gentan, sentidigez ouz ar re a zo en penn an tiegez. En hon amzer, siouaz, ar zentitidigez-ze n'eo nemet ar skeud eus ar pez m'oa gwechall; ar vugale n'ouzont mui senti, abalamour ne oar mui ar gerent gourc'hemenn; war digare lakat ar garante da greski, e tôler an doujanz d'an traou. Kustumi rêr ar vugale d'ober o fenn pa vent bihan; arabad gortoz e sentfont pa voint bras. Tadou ha mammou, karet ho pugale, mes laket aneze ive d'ho toujan. Komzet oute dre de, mes grêt d'eze komz ouzoc'h dre c'houi. Desket aneze da zenti, hag evit an dra-ze, laket aneze da zenti bepred d'ar gomz; ma tizentont ouzoc'h eur wech, gourdrouzet; ma tizentont ouzoc'h eun eil gwech, eun tôlig gwialen n'hell nemet ober vad; ma tizentont ouzoc'h eun drede gwech, dour ha bara sec'h 'zo trawalc'h d'ar pred war-lerc'h. Dre ar genou eo reizan ar vugale. Pempzekvet devez a viz Mae Sant Yan-Vadezour a Zal Beleg ha Tad Breudeur ar skoliou kristen (1651-1719) Deski ar vugale eo bet a holl viskoaz mennoz an lliz. Abaoue an amzer gosan, eun eskob o 'n em gaout e eskopti, kentan tra a rê oa sevel eun iliz hag eun ti-skol; evelse e rê ive ar bersoned neve en o farouziou. En pep manati e veze kavet bepred eun ti-skol, eno an neb a gare a zeske lenn ha skrivan. Rak-se, dre m'en em astenne ar fe, ar skoliou a greske ive, ha d'ar zeitekvet kantved e oa, kouls lavaret, eur skol en pep parouz. Ne oa ket awalc'h sevel skoliou, red oa c'hoaz lakat mistri ha mestrezed en o fenn. Evit ar merc'hed e oa bet savet, êz awalc'h, Urziou plac'hed santel; evit ar bôtred, avat, al labour n'ee ket kaer endro. Yan-Vadezour a Zal a oe galvet gant Doue da beur-ober al labour-ze. Hen oa kentan bugel a roas Doue da Loeiz a Zal ha da Nikol Moël; genel a reas en Reimz, d'an 30 a viz ebrel 1651. E dad a oa eus eur familh a renk uhel eus kêr, kalz danve d'ezan; den a relijion oa ive; gantan, Yannig a zeskas lenn, ha war varlen e vamm e teuas abred da garet Doue. Eur eontr d'ezan, Per Donet, chaloni en iliz-veur Reimz, o welet spered lemm ar bugel hag e c'hoant da vont da veleg, a lezas gantan e garg; n'en devoa c'hoaz neuze nemet pempzek vla. Mont a reas goude-ze da Bariz da beur-ober e studi, ha beleget oe en Reimz er bla 1678. E dad hag e vamm a oa maro d'ar mare-ze, o lezel gantan o danve hag e vreudeur hag e c'hoarezed bihan da zevel ha da gelenn. Eur garg ponner 'chome gantan, hag eur bla goude e oe ponneraet c'hoaz. Eur wreg pinvidig eus kêr hen pedas d'ober skol da bôtred paour Reimz. Adalek neuze e tigoras dirakan hent ar groaz, hag an hent-se a heuilhas betek e varo. Evit ren gwelloc'h a ze e vistri-skol, e roas digemer d'eze en e di. E gerent a yeas droug enne o welet eun den eus e renk o vevan gant tud ken izel. Kement a rejont ma oe lemet digantan e vreudeur hag e c'hoarezed. Yan-Vadezour a oe glac'haret, mes stagan a reas startoc'h a ze gant e labour. Ne gemere er skoliou a zave nemet bugale baour; kalz a boan a veze gante, nebeut a arc'hant dioute, ha koulskoude, ar vistri a renke en em vevan hag en em wiskan. Rak-se, kalz eus ar vistri, gant aon rak an amzer da zont, a glaske eur stad a vue gwelloc'h. Yan-Vadezour, evit o derc'hel gantan, a roas d'eze skouer ar baourente o 'n em ober paour evelte; dilezel a reas e garg a chaloni, hag epad ar gernez a arruas er bla 1684, e roas e holl vadou (ouspen daou-ugent mil lur) d'ar paour. E gerent hag e vignoned hag eleiz a veleien a lavare e oa kollet gantan e benn; ar zant a lôske an teodou da vont endro hag a dalc'he gant e labour. Doue a skuilhas warnan e vennoz; ar vistri-skol, gonezet gant e skouer, ne weljont mui en o labour eur boan hag a c'houlenn pae, mes eul labour hag a ra plijadur da Zoue ha vad d'ar paour. Evit o bodan en eun Urz neve, ne oa mui nemet rei d'eze eur gwiskamant hag eur reolen a vue. Kement-se a oe grêt goude eur retred, d'ar 27 a viz mae 1684. Urz Breudeur ar skoliou kristen a oa savet mat, ha Yan-Vadezour a Zal eo en devoa e ziazezet. Beneat XIII hen ôtreas. Yan-Vadezour a varvas en Rouan, en e eiz vla ha tri-ugent, d'ar 7 a viz est 1719. E gorf a oe sebeliet en chapel e vreudeur. An dispac'h a lezas e ve en peuc'h, ha Leon XIII, epad Jubile bras 1900, hen lakas etouez ar zent. Bue Yann-Vadezour a Zal n'eo bet nemet eur verzerenti; e zaerou, e boaniou, e yuniou hag e bedennou a zaouras mat gwriziou e Urz neve. Epad e vue, en devoe an eurvat, daoust d'ar brezel grêt d'ezan, da welet e vugale goulennet en meur a lec'h. Goude e varo, e kreskjont muioc'h c'hoaz, ha da vare an dispac'h, Urz an ôtrou a Zal a oa mil breur ennan ha 36.000 bugel en o skoliou. Er bla 1900, e oa 14.280 breur en Frans, 5.400 en diavêz-bro; rei a rênt deskadurez da 280.000 pôtr en hon bro, hag en holl vroiou, da ouspen 400.000. K E N T E L Skoliou kristen ha skoliou dizoue Abaoue ar bla 1882, holl skoliou ar gouarnamant en Frans a za dizoue dre lezen : setu gwasan ha skrijusan darvoud a c'helle skei hon bro. Eskibien Frans o deus komzet holl a-unan, frêsan m'hellent, hag ouspen eur wech, eus an danjer bras m'eo ar skoliou dizoue evit ar vro, hag eus an dever striz o deus ar gerent da gas o bugale d'ar skoliou kristen. Ha ne oa ket re abred. Eun ti ha n'eus kroaz ebet ennan, n'eo ket eur pez kaer, mar keret, mes eun ti hag eo berzet kaout kroaz Hon Zalver ennan a zo eun dra euzus. Eun ti ha ne ve ket saë du ar beleg ebarz, n'eo ket eur pez kaer, mar keret, mes eun ti hag eo difennet da saë du ar beleg mont ebarz, a zo eun dra euzus. Eun ti ha n'eus peden ebet ebarz n'eo ket eur pez kaer, mar keret, mes eun ti hag eo berzet ober eur beden ennan a zo eun dra euzus. Skoliou ar gouarnamant a zo holl breman, siouaz, tier en doare-ze, tier digristenet, da lavaret eo, tier milliget, tier dizoue. Daoust hag ar gristenien a c'hell kas o bugale d'ar skoliou dizoue ? Unan a zaou. Pe 'z eus skol gristen er barouz, pe n'eus ket. Ma 'zeus skol gristen er barouz, e tleont kas d'ezi o bugale, nemet koll bras o defe ouz hen ober. Ma n'eus ket a skol gristen er barouz, ha ma 'z eus a dost, ar gerent a dle kas o bugale d'ar skol-ze. (1) Ma n'eus skol gristen ebet a-dost, ar gerent a c'hello kas o bugale d'ar skol dizoue, gant ne vezo ket danjerus evit eneou ar vugale, ha gant ma vezo kemeret preder d'o skola ervat war ar relijion, er gêr pe en iliz. Mes mar deo ar skol dizoue danjerus evit eneou ar vugale, abalamour d'al levriou fall a zo enni ha da gomzou dife he mistri, neuze, eme Bi IX, goude ma kollfent o feadra hag o bue zoken, ar gerent a renk chom hep kas o bugale d'eun hevelep skol. (1) Kemennadurez roët gant ar pab Pi IX da eskibien an Amerik (24 vis du 1874). C’houezekvet devez a viz Mae Sant Yan Nepomusen Merzer (1330-1383) Ar zant-man a deuas er bed er bla 1330, en kêr Nepomuk, er Bobem. E dad hag e vamm a oa dister herve ar bed, mes uhel dirak Doue. Biskoaz ne oe gwelet eur bugel gwelloc’h; e vrasan plijadur, p’oa bihan, oa mont d’an oferen en iliz menec’h sant Beneat. En Staab hag en Prag e reas e studi, hag evit kuruni e labour e oe roët d’ezan ar boned a zoktor. Ne glaske ket an enor-ze; en em lakat en stad da gaout ar velegiach oa e c’hoant. Roët e oe e c’houlenn d’ezan, ha dustu eskob Prag hen lakas da brezek. Hen ober a reas gant kement a ouiziegez ma tirede an holl d’e selaou, en o fenn ar skolaerien yaouank a rê o studi er gêr-ze. E gomzou a zougas trouez, hag a-benn nebeut, e oe gwelet an dud fall o tilezel o bue direiz hag ar re vat o kerzet drantoc’h war an hent eun. Arc’heskob Prag a rê kalz a stad anezan hag e hanvas chaloni eus e iliz-veur. Wenseslas, roue ar Bohem, o vezan klevet hano anezan, hen pedas da brezek an Azvent en e lez. Ar prins yaouank-ze a oa gwriet e ene gant ar siou fall, ha ne glaske tamm o zrec’hi. Ar bobl hen lezhanve an didalve pe ar mevier. Diês oa eta al labour goulennet gant Yan; mont a reas, koulskoude, hag e gomzou a oe selaouet; ar roue a ziskouezas, eur pennadig, c’hoant da derri e dechou, mes hepdale e kouezas en e blegiou koz. Pried ar roue, ar brinsez Jann, a c’houlennas Yan da govezour; renet gant eur c’helenner ken mat, e kerzas, a gammejou bras, war hent ar zantelez; skeud ar pec’hed hepken a rê aon d’ezi, hag an disteran fazi a rê d’ezi daoulinan en harz treid ar beleg. E keit ha ma kreske santelez ar rouanez, plegiou fall ar roue a greske ive, ha dont a reas, zoken, da gaout gwarizi ouz e bried, betek c’hoantat gouzout petra lavare er gador-govez. Eun devez eta e c’halvas Yan hag hen pedas da ziskuilh d’ezan kovezion Jann. « An dra-ze, eme ar zant, a zo etre Doue ha me. Al lealded, ma c’honsians, lezennou Doue ha re an Iliz a gemenn d’in tevel war gement-se. » Wenseslas n’eas ket pelloc’h en devez-ze. Nebeut goude, avat, war eun digare bennak, e lakas teuler ar zant er prizon. Kas a reas tud eus e lez da lavaret d’ezan n’en devoa nemet rei e c’houlenn d’ezan evit kaout e frankiz. « Biken ! emezan; gwell eo ganin rnervel eget ober eun hevelep sakrilach. » Lôsket e oe koulskoude da vale, hag ar roue a ziskouezas kaout keun d’e dorfed hag hen pedas da leinan gantan. Goude ar pred, e kemeras ar beleg a-goste, ha dre gomzou flour ha promeseou kaer, e c’hoantaas e douelli : - Kement a lavarfet, eme Wenseslas, a chomo etre c’houi ha me; den n’hen gouvezo, ha rei a rin d’ac’h ar garg uhelan em rouantelez. Koll a reas e boan hag e amzer. - Ma ne gomzet ket, eme ar roue, e c’hellet gedal ar maro ! - Biken, prins, eme ar zant, ne roïn d’ac’h ho koulenn ! Gwell eo ganin senti ouz Doue eget senti ouz an dud. Gant ar gounnar a oa ennan, AVenseslas a c’hourc’hemennas d’ar bourreo kregi en Yan ; astennet e oe en noaz war an douar ha rostet d’ezan e gosteiou. Ar rouanez, o vezan deut da c’houzout an torfed, a yeas d’en em strinkan da dreid ar roue hag a c’hallas ober, dre he fedennou, lezel ar merzer en peuc’h. Wenseslas a glaskas, eur wech c’hoaz, digeri muzellou Yan : « Dibabet, emezan, être komz pe mervel ! » Ar zant ne lavaras ger. Ar roue a c’hourc’hemennas e stlepel er stêr pa vije deut an noz. Sentet e oe outan, ha d’ar 16 a viz mae 1883, derc’hent ar Yaou-Bask, ar zant, e zaouarn hag e dreid liammet, a oe stlapet er Moldau. Doue a ’n.em gargas da ziskuilh torfed Wenseslas, rak korf ar merzer a zavas war an dour hag eur sklerijen vras a lugernas endro d’ezan. Sebeliet e oe gant enor. Tri-c’hant c’houec’h vla ha tregont goude, e oe digoret ar be; ar c’hig a oa teûzet, an teod hepken a oa chomet fresk ha ru evel hini eun den beo. Sant Brendan pe Brevalar Abad (VIet kantved) Hirie e rêr ive gouel sant Brendan, unan eus ar zent a zo brudet, kouls e-touez hon breudeur Tramor evel en hon bro ni. Ganet e oe en Iverzon. Pa oe arru en oad, e treuzas ar mor hag e teuas da vanati Lankarvan, en Bro-Geumri, elec’h ma oe hanvet abad, abalamour d’e skiant ha d’e furnez. Hen eo a vadezas hag a gelennas sant Malo, en e skol brudet dre-oll, kouls hag a oe bet en he rôk hini sant Iltud. Sant Malo o vezan kuitaet Breiz--Veur, sant Brendan a deuas d’e heul betek ôchou Breiz-Izel. Goude bezan trememen a reas dre enezen Jersey, ’lec’h ma zo c’hoaz eur porz mor hag eun iliz war e hano. Digoueet en e vro, e varvas, da 93 vla, en eur manati hanvet Clueinfurt, hag a oa bet savet gantan. Sant Brendan a zo patron meur a barouz eus hon bro, en o zuoez Lanvellek ha Tregrom. K E N T E L Ar beleg er-mêz eus ar gador-govez Sant Augustin a lavare : « Ar pez a ouzon dre ar govezion a ouzon nebeutoc’h eget ar pez n’ouzon tamm ebet. » « N’eus netra, eme sant Ambroaz, ken goloet hag ar pez a zizoloer er gador-govez. » Eur beleg hag a deu da c’houzout, dre ar govezion, eo laeret gant ar re a zo dindannan, pe gant ar re zo endro d’ezan, n’hall ket ’n em gemer diouz ze evit en em ziwall oute pe en em zizober aneze. Eur beleg hag en deus kovesaet unan klanv, n’hall ket lavaret pe-en deus roët an absolven d’ezan pe n’en deus ket. Eur beleg hag a zo chomet hep rei an absolven d’eur pec’her ordinal, hag a wel anezan o taoulinan goude-ze ouz an dôl zantel, n’hall ket e dremen hep rei d’ezan ar gornmunion, rak n’haller tremen, heb o c’hommunian, nemet an dud a zo anavezet gant an holl evit bezan pec’herien vras. Goude ma vefe galvet da vont d’al lez-varn, eur beleg a c’hell toui, ha lavaret ne anave netra, ma n’en deus anaoudegez eus ar pez a damaller d’an torfetour, nemet dre ar gador-govez. «Eun den, eme sant Thomas, ne ve galvet, da dest neinet evel den; setu perak e c’hall disklerian ne anaye nelra, pa ne deu e anaoudegez d’ezan nemet evel kovezour, rak, evit, lavaret mat, ar pec’her n’eo ket ouz an den a zo dirakan eo ec’h anzav e bec’hejou, mes ouz Doue a wel en den-ze. » Naontek kant vla zo, eman ar veleien oc’h azezan en lez-vanuou ar binijen, ha biskoaz n’eus bet gwelet unan aneze p tizoloï eur govezion klevet gantan, testeni anat eman biz Doue o siellan muzellou ar govezored. Kovezored zo bet merzeriet, mes n’eus ket bet gallet tennan komz ebet dioute. Kovezored zo bet deut sod, mes biskoaz n’eus bet gallet klevet eur ger gante eus ar pez o deveze bet klevet er govezion. Kovezored ’zo bet kouezet en fank ar pec’hed, mes biskoaz n’eus bet kavet unan da ziskuilh ar pez en deveze bet klevet er gador-govez. Ar bec’herien eta a c’hall bezan dinec’h o tostât ouz Lez-varn ar Binijen; kement ger a gouezo en skouarn ar beleg a goue en eur puns ha ne zavfont ken war c’horre. Seitekvet devez a viz Mae Sant Paskal Baylon Manac'h eus a Urz sant Fransez (1540-1592) Ginidik eus a Dorre Hermosa, en rouantelez Aragon, ar zant-man a deuas er bed d'ar Zul-Fask 1540, ar pez a lakas rei d'ezan an hano a Baskal. E dad hag e vamm a oa labourerien douar, o yevan diwar bouez o divrec'h, mes kristenien eus an dibab e oant. Kustumi rejont o mab da bedi ha da vont d'an iliz; c'hoant o devoa d'hen lakat er skol, mes o faourente a viras oute, ha Paskal a renkas mont da di eun amezeg da vesât al loened. Ar vicher-ze a droas anezan muioc'h c'hoaz war ar beden, hag alies, en korn ar park, e veze kavet war e zaoulin. Kement-se, avat, ne vire ket outan d'ober mat e zever, hag e vestr n'en devoa mevel ebet gwelloc'h evitan, prest bepred da zenti ouz ar gomz, ha d'ober ar pez a c'hioulenned outan. Abalamour da ze, e vestr e gare kalz, hag evel n'en devoa ket a vugale, e kinnigas d'ezan e gemer da bennher. Paskal, gant aon na vije deut madou an douar da vreinan e galon, a oe gwell gantan goulenn digor en kouent menec'h sant Fransez. An abad a ginnigas d'ezan e lakat war ar studi da vont da veleg; hen a gredas e oa re enorus ar garg-ze evitan, hag a c'houlennas chom en renk ar breudeur. Abarz nemeur, ne oa hini par d'ezan da heuilh reolen an Urz; hini ebet ken troet hag hen war ar beden ha war al labour. Al labouriou disteran, evel digeri an nor d'an dremenidi, serviji ar venec'h-all ouz tol, eo ar re a oa ar muian diouz e zoare. Kastizan rê e gorf evit ober d'ezan plegan d'e spered; en em erbedi a rê bemde ouz ar Werc'hez Vari evel ouz e vamm; mes e zevosion vras oa e zevosion da Jezuz-Krist en sakramant an ôter, meulet ra vezo. En harz an ôter e oa e blijadur; komz a rê kalon ouz kalon ouz Jezuz, ha gant Jezuz e-unan e teskas skiant ar zent. Daoust ma, ne oa ket bet er skol, e prezege war gwirioneziou ar relijion kenkouls hag ar venec'h gouiziekan eus e Urz. Ouz e glevet, arc'heskob Valanz a lavare : « Da betra e talv d'imp hon deskadurez hag hon levriou, pa deu ar re dizesk da anaout ar relijion gwelloc'h evidomp, dre an humilite hag ar beden ! » Rener bras Urz sant Fransez, Kristoph a Cheffon, a oa neuze en Pariz. Bro-Frans a oa dismantret d'ar mare-ze gant an hugunoded (1); lazan 'rênt hep true kement manac'h a goueze etre o daouarn. Diês bras oa eta d'ar venec'h a ziavêz-bro kas o liziri d'o jeneral. Paskal, meur a wech, a oe karget eus ar c'hefridi-ze. Laouen e veze bepred o vont en hent, leun a flzians en madelez Doue. Evit eur veach a dri-c'hant leo, ne gase gantan na botou na bara. Tost da Orleans, e kouezas être daouarn an hugunoded : - Lavar d'imp, emeze, ha Jezuz a zo en sakramant an ôter ? -Ya ! eme al lean, ken dinec'h ha tra, eman ennan en gwirione ! Yudazerez a oe grêt d'ezan evit e lakat da nac'h e fe, mes netra n'hen trec'has. Dizro d'ar Spagn, Paskal a dalc'has, dre e skoueriou, da gennerzi e vreudeur war an hent mat. Ar venec'h-all a deuas d'ober kement a stad anezan, ma veze gwelet ar re zesketan o c'houlenn kuzul digantan. D'an oad a zaou vla ha hanter-kant, uzet dre e binijennou ha muioc'h c'hoaz dre dân karante Doue, goude bezan bet e zakramanchou divezan, e roas e ene d'e Grouer, d'ar 17 a viz mae 1592. Grêt a oe d'ezan eun enterramant eus ar re gaeran; e gorf a oa lezet dizolo en e arched; gwelet a oe e zaoulagad o tigeri hag o serri, etre diou wech, d'ar gorreou, en oferen. Ar burzud-ze, hag eleiz a re-all a c'hoarvezas war e ve, a reas d'ar pab Alexandr VIII hen lakat en renk ar zent, er bla 1680. Leon XIII, er bla 1897, en deus e roët da batron d'an holl breuriezou a labour da gas dre ar bed anaoudegez ha karante evit Hon Zalver Jezuz-Krist en sakramant an ôter, meulet ra vezo. O. Q. M. (1) Lezhano roët d'ar brotestanted. K E N T E L War an Oter eman Doue War an ôter eman Doue, ken gwir ha ma oa war blouz kraou Bethleem, e wele kentan; ken gwir ha ma oa war goal kroaz mene Kalvar, e wele divezan. Penôs an dra-ze ? Me ne welan war an ôter nemet bara, deliennou bara gwenn-kann, bara grêt gant greun hag hon deus gwelet hadan en hon douarou, dornan en hon leuriou, malan en bon milinou. Ar bara-ze eo Doue, marteze ? Nan, ar bara-ze n'eo ket Doue eo; ar baganed a rê o doue eus eun tamm koat, eus eun tamm men, eus eun tamm pri; mes ni ne reomp ket hon Doue eus eun tamm bara. Nan, ar bara-ze n'eo ket Doue eo, mes en plas ar bara-ze eman Doue. An danve bara a ya kuit hag en e blas e teu Jezuz-Krist, korf hag ene, Doue ha den. An danve bara a ya kuit. Ar pez a ra ar bara, en gwirione, n'eo ket ar vent eo; pe e vezo bras pe bihan ar bara, e vezo bara koulskoude. Ar pez a ra ar bara, en gwirione, n'eo ket ar vlaz eo; pe e vezo dous pe drenk ar bara, e vezo bara memes tra. Ar pez a ra ar bara, en gwirione, n'eo ket al liou eo; pe e vezo gwenn pe du, ar bara a vezo bara 'velkent. Nag ar vent, nag ar vlaz, nag al liou ne reont ar bara, an danve eo a ra anezan, da lavaret eo, ar pez n'hall, en doare ebet, kouezan dindan skianchou an den. Ar vent, ar vlaz, al liou a ra doareou ar bara, ne reont ket ar bara, en gwirione; ne reont nemet kuzan an danve. Ha ni, kristenien, a lavar n'eus mui a vara dindan doareou ar bara war an ôter; roët en deus plas da gorf ar C'hrist, dre ar c'homzou a lavar ar beleg da 'vare ar gorreou. Triouec'hvet devez a viz Mae SANT THEODOT Merzer (***-304), patron an hostizien An treo a roomp da anaout en bue ar zant-man a dremenas en Bro-C'hall ar zav-heol, prest goude ma oa bet embannet urziou an impalaer Dioklesian eneb ar gristenien. Eur c'hristen, Viktor e hano, a oe stlejet dirak gouarner Ancyr, ha klask a rejod ober d'ezan nac'h e fe: Théodot, eur mignon d'ezan, a c'hallas en em zilan en e brizon hag a gennerzas anezan. Viktor a c'houzanvas gwaskadennou kentan ar verzerenti, mes arôk ar fin, e galon a deuas da vankout d'ezan; goulenn a reas ober eun diskuiz. Kaset e oe d'ar prizon, hag eno ne zaleas ket da dremen. Diês eo gouzout p'eman kurunen ar verzerenti war e dâl pe n'eman ket. Theodot, an hini en devoa e gennerzet, a oa eun hostiz eus kêr Ancyr, a veze, abalamour ma oa dister e vicher, tôlet nebeut a evez outan, hag a c'hallas evelse ober kalz a vad d'an Iliz. Hen a ouie pelec'h en em guze ar veleien, hag a gase d'eze bara ha gwin oferen ha ne vezent ket bet kinniget d'an idolou. E di a oa digor d'ar gristenien forbanét, ha kaout a rent ennan ali ha skoazel; bezan e oe eévite, eme e historier, « evel an arc'h epad an dour-beuz. » Unan eus an oberou a drugare a rê ar muian, oa klask korfou ar verzerien da zebelian. 0 vezan klevet e oa bet laket Valanz d'ar maro evit ar le, eun eiz leo bennak diouz Ancyr, ec'h eas d'e glask hag e teuas a benn da dennan e gorf eus ar stêr Halys, elec'h m'oa bet tôlet gant e vourrevien. Pa zizroas d'ar gêr, e kavas ar strafuilh dre-oll : seiz kristenez, merc'hed a renk ha merc'hed en oad o seiz, a oa o frosez o ren; ar gouarner a glaske ober d'eze trei kein d'o relijion. Theodot a bedas kalonek an Otrou Doue da rei d'eze nerz awalc'h da anzav o le. A drugare Doue, hini ebet aneze ne blegas, ha stlapet e oent o seiz, eur men ouz o goug, en lenn Ancyr. An de war-lerc'h, an hostiz santel a dennas dre laer korfou ar verzerezed eus an dour. An tol o vezan bet anavezet, ar gouarner Theotekn a reas ober enklask. Theodot en devoa c'hoant da vont d'en em ziskuilh, mes e vignoned a viras outan hag a gasas unan aneze, Polychron, da welet, dre douez an dud-all, ar pez a dremene war al leur-gêr. Anavezet evit bezan kristen, e oe klasket tennan digantan ar wirione; dirak ar gourdrouzou, Polychron a gemeras aon hag a ziskuilhas Theodot. D'ar c'helou-ze, heman a zavas da vont d'al lez-varn. En hent e kavas daou vignon a lavaras d'ezan oa tec'hel oa ar gwellan tra an evoa d'ober. Mes hen a gerzas gant muioc'h a hast da gât e enebourien. En em gavet war al leur-gêr, e tôlas eur zell war an tan, war ar gôteriou, war ar rojou ha war an holl benviou a varo. Theotekn a welas dustu gant piou an evoa d'ober, hag o c'houzout ne deuje biken a benn d'ober aon d'ezan, e klaskas e douellan; prometi a reas d'ezan gras vat an impalaer hag ar c'hargou kentan en Ancyr. Kredi rê e teuje hep poan ebet da c'honid Theodot, o kinnig d'ezan pignal eus ar renk izelan d'ar renk uhelan. Mes ar merzer, elec'h ober van ouz ar promeseou-ze, a reas gwap aneze, a zispennas ar relijion bagan hag a reas eur veuleudi vras eus ar relijion gristen. Ar bobl, ouz e glevet, a youc'has, kement a zroug a oa ennan; beleien an doueou, gant ar gounnar, a rogas o dilhad hag a vruzunas o c'hurunennou; roët e oe urz raktal da astenn Theodot war eur marc'h-koat ha d'e gastizan gwasan m'helljed. Ar gouarner a grede gallout dont a benn anezan en doare-ze; mes Theodot a bede Jezuz-Krist, «esperanz an dud dizesperet, » hag a c'hallas gouzanv e boaniou hep fallgaloni. O welet n'helled ket e blegan, e oe roët urz d'e zibeanan. E verzerenti glorius a zigouezas er bla 804. K E N T E L Diwar-benn an hostaleriou Micher an hostiz a zo unan ha n'eo ket eus ar re êsan, evit gellout ober enni ar zilvidigez, ha dibôt eo an hostizien vat. 'Us peb hostaleri eman ar c'hiz da stagan eur bod ilheo, mes evit ober mat, ouz an darn vrasan aneze vefe red stagan tri gleze, unan hag a laz ene ar re a ya enne, eun all hag a laz o c'horf, hag eun all hag a doull kalon o c'herent. I. — En hostaleri e ve lazet an ene. Diwar ar bern teilh, diouz ar min tin, e ve gwelet o sevel eun ezen fall a verk eman ar vreinadurez ennan. Da heul an evaj ive, ne ve gwelet nemet oberou fall, ne ve klevet nemet komzou lous hag a verk petra dremen er galon. II. — En hostaleri e ve lazet ar c'horf. Eno e kaver divlaz ar gwin, pe ru pe gwenn, Tan a renker da lonkan, tan gwisket en melen. An dir hag ar men a zo kalet hag a deûz 'barz an tan; korf an den n'eo na dir na men. Penôs ne deûzfe ket ? III. — En hostaleri e ve toullet kalon ar gerent. Eno eo en em vodont, kalz pennou-tiegez, Ne reont van 'vit ankenian bugale ha gwragez, Dirak gwer ha boutailhou, chômant da c'hlaourenni, Pa skuilher daerou c'houero war oaled yen o zi. Dibôt eo an hostizien vat; nemet muioc'h a ze a verit o deus ar re a zo urz gante, hag a chom heb ober gaou, o werzan o zreo re ger, pe o werzan treo re fall d'an dud a renk ober o disken en o zi, pe o rei da evan d'ar re ha n'o deus dija evet nemet re. Naontekvet devez a viz Mae SANT ERWAN Advokad, barner ha beleg, patron Breiz (1253-1303) Ne 'z eus ket o Breiz, ne 'z eus ket unan, Ne 'z eus ket eur zant evel sant Erwan. Erwan Helouri, mellezour ar veleien, burzud e arnzer, advokad ha tad ar beorien, an intanvezed. an emzivaded, patron Breiz, a oe ganet en maner Kervarzin, 'e-tal kêr Landreger, d'ar 17 a viz here 1253, er c'houlz ma oa Innosant III war Gador sant Per ha Yan ar Rouz war drôn duked Breiz. Tanguy Helouri, e dad, a oa bet en brezeliou ar Groaz, gant sant Loeiz, hag en dizro oa dimezet da Azou ar Genkiz, eus a Beurit. Erwan oa an eil eus a bemp. E vamm a lavare d'ezan : «O ma mabig, bez fur, ma vezi eur zant, eun de ! » hag ar c'hrouadur a responte : « N'am eus ken c'hoant, ma mamm. » Goude bezan bet eur pennad er skol en presbital Pleubian hag en manati Beauport, ec'h eas da skol-veur Pariz, a oa pemp mil warn-ugent den yaouank o heuilh anezi hag a oa en ne fenn mistri brudet dre ar bed holl, evel Albert ar Bras, sant Bonavantur ha sant Thomas Akin. Erwan en devoa pevarzek vla (1267). Derc'hel a reas ken mat d'ar c'henteliou roët d'ezan gant e vamm arôk mont eus ar gêr, ma tremenas dek vla en kreiz trouz ha dizurz ar gêr vras, hep ma vije bet goest ar skoueriou fall a gave a bep tu d'ezan d'e lakat da goll e zantelez. Tec'hel a rê diouz an dud yaouank skanv-benn ha goulenn a reas bezan digemeret en Trede-Urz sant Fransez. Eun dra hag a weled o vont war gresk ennan, dre ma kosae, oa e garante evit ar beorien. Biskoaz n'eo bet gwelet o chom hep rei an aluzen pa deued da c'houlenn outan. Daou vil skoed leve bennak en devoa diouz e dud, mes n'en devoa netra evitan e-unan; e dôl a oa digor da gement hini a gare azezan outi; rei a rê lojeiz d'an dremenidi hag e-unan ec'h ôze d'eze o gweleou, hag evel ma oa re enk e di, deveziou a veze, e reas sevel eun hospital en e gichen. Eun devez e kavas, war dreuz e zor, eur paourkez den goloet e gorf gant al lorgnez; digemer a reas anezan gant laouenedigez; rei a reas d'ezan peadra d'en em walc'hi hag e lakas anezan da azezan ouz tol en e gichen. An den lor, goude bezan grêt zeblant da zibri eun dra bennak, a zavas en e zav, hag a lavaras en brezoneg : Doue vo ganec'h ! » Kerkent e teuas da vezan skedus evel an heol hag e pignas en nenv. Erwan a zaoulinas d'an douar, hag epad meur a zevez ne gredas ket azezan ouz eun dôl hag a oa bet Jezuz-Krist azezet outi. Adalek ar bla 1289, e kreskas e binijennou. Yun a reas tri devez er zun diwar bara ha dour, da verc'her, da wener ha da zadorn. Pa ne yune ket, ne zebre nemet eur pred bemde, bara segal, heiz pe gerc'h, kammed bara gwiniz; souben ar c'hôl, an irvin pe ar fa, gant holen; dibôt oa d'ezan lakat enni bleud pe aman. Gant an dra-ze, Erwan a oa izelek evel eur bugel; daoust ma oa speredekan den a oa en e vro, ne glaskas nag an enoriou nag ar meuleudiou. Bale rê bepred, kouls lavaret, war e droad, diou leren, ha netra ken, ouz e dreid; eur gouriz reun kalet hag eur roched stoup a oa war e groc'hen, hag eur zaë a izel briz war c'horre. Pa deuas an dud da c'houzout e oa ar prezeger helavar-ze, al lezenner gouiziek-ze, brasoc'h den c'hoaz dre e binijen hag e vadelez, eget dre e ouiziegez hag e zoare da brezek, neuze, nobl ha dinobl, paour ha pinvidik a deuas da garet an ôtrou Erwan evel o zad, ha dal m'hen gwelent, e savent en o zav dre zoujanz evitan. Erwan, en e vugaleach, a gare kanan, ha klevet kanan gwerziou ar zent koz a ziazezas ar vro. Ar c'hiz oa neuze c'hoari ar Basion (a bade eiz de) ha peziou-all war vueziou zent, o sevel diwarne skouer vat ha kelennadurez kristen evit ar Vretoned. Erwan, ma ne zavas ket' a c'hoari ou evelse, hen e-unan, a bourchasas, da vihanan, danve d'ar re hen grê. Skrivan reas Bue sent Breiz en Brezoneg. Al levr-ze, grêt gant eur zant, diwar-benn sent e ouen hag thon hini, a zo bet kollet, siouaz ! Pebez koll evidomp ! Erwan a dremenas da c'houlou-de, d'ar zul war-lerc'h ar Yaou-Bask, 19 a viz mae 1303. E varo a lakas Breiz a-bez en kaonv. Pevar bla ha daou-ugent goude-ze, e oe laket war roll ar zent, d'an 19 a viz mae 1347, gant ar pab Klemant VI. En iliz-veur Landreger, elec'h ma oe sebeliet, e virer c'hoaz e benn en de a hirie. Unan eus brasan pardoniou Breiz eo an hini a ve lidet eno, en enor da zant Erwan, an 19 a viz mae. N'eus ket kaeroc'h prosesion eget an hini a ya, en de-ze, eus Landreger d'ar Minihi, ennan holl barouziou ar c'hanton hag eun niver a belerined, a-ziavez Breiz kouls hag eus ar Vro. Red eo klevet mouez ar bobl o kanan kantikou ha gwelet, en skeud ar bodennou lann alaouret, penn sakr ar zant o tremen, douget war diskoaz ar veleien, hag a lavarfed, kentoc'h, e ve douget war eur mor a gan hag a beden. De ar pardon bihan, pardon ar relegou, savet gant ar pab, er bla 1347, ar penn santel a ra adarre tro an iliz-veur, ar gristenien ouz e heul gant goleier. Pad ar bla, dreist-oll epad miz mae, e tired pelerined da Landreger da bedi sant Erwan. Er Minihi, e veint gwelet ive oc'h ober, war o daoulin noaz, tro e chapel hag o tremen daoubleget dindan bolz e ve. Al labourer a lak e dokad ed 'barz an arc'h, hag a dastum eun toullad bili bihan diwar ar vered, unan evit pep-hini eus e barkou. N'eus netra en kêr Landreger seurt gant iliz sant Erwan; n'eus netra en iliz seurt gant e ve, abaoue m'eo bet adgrêt a neve-flamm. An ôtrou 'n eskob Boucher, « eskob sant Erwan, » a reas sevel anezan. En e gichen e kavas e gurunen, rak en Landreger e oe skoet gant ar maro, an 21 a viz mae 1888. Gant-se, gouel ar be neve ne oe gallet lidan anezan nemet pa oe bet hanvet da eskob an ôtrou Fallières. Ar gouel-ze a badas tri de, 7, 8 ha 9 a viz gwengolo 1890. Arc'heskob Roaon, holl eskibien Breiz, an ôtrou 'n eskob Freppel, a deuas da bardonan da Landreger; kêr a oe beuzet gant ar belerined. Sant Erwan an eus bet a-viskoaz, evit e Vretoned, eur galon dener; ar Vretoned o deus ive e garet a beb am-zer; e zantelez dreist-muzul hag e vadelez dispar o deus da viken goneet o c'halon. Otrou sant Erwan, pedet evit ho Pretoned ; pedet evit ho Pro ! K E N T E L Atô 'us d'it sellout 'ri «Atô 'us d'it sellout 'ri », oa ger sant Erwan, ar pez a ziskoueze oa eun den ne denne ket eul lagad diwar ar gurunen en devoa da dizout, a zelle bepred da welet penôs o devoa grêt ar zent, en e rôk, hag a boanie d'ober dioute, gwellan m'halle. Evelse e tleomp ober ive bon unan. Ar zent zo bet gwechall ar pez ma 'z omp hon unan breman, dinerz eveldomp, touellet eveldomp, pec'herien eveldomp. Hiniennou, en o zouez, a dosta muioc'h o bue ouz bon hini, pe dre m'o deus bevet en bon bro, pe dre m'o deus bevet en hon stad, pe dre m'o deus bet da stourm o-unan ouz an techou a ro lamm d'imp alïesan. Kemeromp ar zent-se da batroned, sellomp ouz ar skoueriou mat o deus lôsket war o lerc'h, ha pedomp aneze bemde, ma c'hellfomp, o vale war o roudou er bed-man, en em gaout gante en gloar ar bed-all. Ugentvet devez a viz Mae SANT BERNARDIN A ZIENN Eus a Urz sant Fransez (1380-1444) D'an eiz a viz gwengolo 1380 e teuas Bernardin er bed, en Massa, en Toskan. E dad a oa unan eus pennou-bras kêr. D'an oad a dri bla, e kollas e vamm, ha d'an oad a seiz vla, e dad. Unan eus e voerebezed, Diana, a 'n'em gargas anezan. E garet a rê evel ne mab, ha rei a reas d'ezan eur gelennadurez eus ar gwellan ha, dreist-oll, e lakas en e galon eur garante vras evit ar Werc'hez hag evit ar beorien. Eun devez, ar voereb n'he devoa nemet ar bara red evit ar pred; eur paour a skoas war an nor hag ar wreg kez ne roas d'ezan netra. Ar bugel a welas hag a lavaras kerkent : « Oh ! en han' Doue, roët eun dra bennak d'ar paour-ze; anez-ze, n'hallin dibri netra epad an de ! » Da unnek vla, Bernardin a yeas da chom da Zienn, da di daou eontr d'ezan, evit gallout heuilh skoliou bras ar gêr-ze. Dont a reas da vezan trec'h da vugale e oad dre e zeskadurez hag, ar pez a zo gwell, dre e fumez. Devot bras oa d'ar Werc'hez. Pa veze o vont da zaoulinan dirak ne skeuden, e lavare alïes : « Mont a ran da welet an hini a garan; brasoc'h eo he gened evit hini holl verc'hed Sienn. » Er bla 1400, ar vosen a grogas en Sienn. Bernardin, heb aon, a 'n em lakas da louzaoui ar re glanv. Epad ar pevar miz ma padas ar c'hlenved, e chomas noz-de en kichen gweleou ar glanvourien, bepred prest da rei d'eze o goulenn, ha war e vuzellou komzou mat ha karantezus, evit o c'hennerzi ha lakat o ene en stad vat da vont dirak Doue. Nebeut goude, e c'houlennas digor en Urz sant Fransez. Evitan da vezan beleg, e blijadur oa ober al labour disteran eus ar gouent; ha pa veze karget a zismegans, neuze e veze al laouennan. Kaset da gestal dre gêr gant unan-all eus e vreudeur, eur vandennad bugale divergont a 'n em lakas da deuler mein war o lerc'h. Ar manac'h hen heuilhe a c'hrozmole; ar zant a lavaras d'ezan : « Ma breur, bezomp sioul; ar vugale-ze a ro tu d'imp da gaerat hon c'hurunen er baradoz ! » Prezek a reas er c'hêriou brasan eus an Itali, ha gant kement a frouez ma oe gwelet an dud o vont war wellât, ha kalz pec'herien o tizrei ouz Doue. E deod a oa lemm evel eur c'hleze, ha n'eus forz pegen kaledet e veze an ene, e teue a benn da lakat ar wirione da zankan enni. Ouz e glevet, al laeron a restôle, an enebourien a 'n em unane, hag an dud stag o c'halon ouz an arc'hant a ranne o danve etre ar beorien. An dud diboell a zigase d'ezan benviou o c'hoariou risklus; ar merc'hed, ar ficherez hag an arc'hantiri a c'holoe o dilhajou, hag o devoa grêt d'eze koll kement a eneou. Karante Bernardin evit Jezuz a oa bras, ha kammed ne roë eur brezegen hep lavaret an hano santel-ze. Alïes, en fin e zarmoniou, e tiskoueze d'ar bobl eun dôlen, J. H. S. warnezi, en lizerennou aour, gant eur gurunen a sklerijen tro-dro d'eze. Pedi rê neuze ar re a veze ouz e selaou da zaoulinan ha d'en em unani gantan evit adori Salver ar bed. Eleiz a gavas abeg ennan hag a oe mall gante e damall. Ar pab Martin V a lemmas digantan, evit pad e vue, ar galloud da brezek ar fe. Ar manac'h santel ne glaskas ket, zoken, en em zifenn; mes ar pab a deuas da welet e oa bet tamallet en gaou, ha goude bezan grêt eun enklask war ar c'henteliou a roë d'ar bobl fidel, e reas e veuleudi hag e roas d'ezan ôtre da brezek elec'h ma karje. En despet d'ezan e oe hanvet vikel jeneral en e Urz, ha chom a reas er garg-ze epad pemp bla. En kêr Akila, en Abruz, trec'het gant an derzien, e roas e ene da Zoue, de ar Yaou-Bask, epad ma kane e vreudeur ar c'homzou-man eus ar gousperou : « Ma zad, grêt am eus anaout ho hano d'an dud ho peus digaset davedon; breman e pedan evite, ha nan evit ar bed, rak mont a ran davedoc'h. » E varo a arruas er pevare bla ha tri-ugent eus e vue (1444). Ar miraklou a c'hoarvezas war e ve a reas d'ar pab Nikolas V e lakat en renk ar zent, c'houec'h vla hepken goude e varo (1450). K E N T E L Hano Jezuz Hano Jezuz eo ar c'haeran hag an dudiusan eus an holl hanoiou. « Bezan eo, eme sant Bernard, evel eun tamm mel er genou, evel eur c'han dudius er skouarn, ha lakat a ra ar galon da dridal gant ar joa. » Ha c'houi zo tenval ho penn hag enkrezet ho kalon ? Soujet eu Jezuz; digaset e hano war ho muzellou, ha raktal e vefet laouen adarre hag hoc'h enkrez a nijo pell diouzoc'h. » Ha spontet oc'h o welet ho pec'hejou, ha dija prest da gouezan en dizesper ? Galvet Jezuz d'ho sikour, lavaret e hano, ha kerkent; ar fizianz hag an esperanz a deuio endro, rak hano Jezuz a zo er memes amzer sklerijen, magadurez ha louzou; sklerijen eo evit ar spered, magadurez eo evit ar galon ha louzou evit parean klenvejou an ene. » O ma Jezuz, o ma c'harante, Bezet em c'halon ha bemnoz ha bemde ! Kentan devez warn-ugent a viz Mae Sant Felix a Gantalis Lean eus a Urz sant Fransez (1513-1587) Felix a c'hanas en Kantalis, en harz an Apennen, er bla 1513. E dud a oa paour hag a veve diouz an tiegez a oa gante. Felix, dal ma c'hallas ober eun dra bennak, a oe Iaket da ziwall al loened war ar mêz, hag eno e chome pell da bedi en harz troad eun derven en devoa grêt eur groaz en he feilhasken. Da zaouzek vla ec'h eas da vesaër da di eun ôtrou, Mark Tulle Pichi e hano. Klevet an oferen ha kommunian a rê alïesan m'helle. Pa oe krenvoc'h, e krogas en lost an alar hag otaer a rê evit ar gwellan kement tamm labour a veze fiziet ennan. Miret a rê yuniou an Iliz, daoust ma laboure epad an de; enebour touet oa d'ar geier ha d'an drouk-prezegerez. Da dregont vla, ec'h eas en Urz sant Fransez; d'ar re a glaske e ziarbenn da vont ennan, war digare m'oa striz, e lavare : « Kouls eo ganin bezan manac'h penn-kil-ha-troad, kement ha bezan. » Pevar bla goude, e oe kaset da Rom hag eno e oe kester epad daou-ugent vla. Epad ma veze oc'h ober e dro, e lavare, beb an amzer, d'e genvreur : « Ah ! ta ! ma breur, ar chapeled en dorn, an daoulagad war an douar hag ar spered en nenv. » Ar zuliou ha goueliou, e tremene e amzer oc'h ober tro an hospitaliou, da welet ar glanvourien a veze enne. N'eo ket spered eo a vanke d'ezan. Eun devez, ar brinsez Kolonna a 'n em gavas gantan. Prometet en devoa d'ezi kroaziou, ha goude en devoa renket o rei da re-all. Ar brinsez a lavaras d'ezan, en eur vousc'hoarzin : - Setu aze hag a zo brao, ma breur, prometi ha chom hep rei. - Nag a dreo, eme ar breur Felix, hag a brometomp da Zoue hag a chomomp hep rei d'ezan goude ! Sant Philip Neri hag hen a oa daou vignon bras; alïes en em gavent an eil gant egile; eun doare o devoa d'en em zaludi ha n'oa ket henvel ouz hini an dud-all, rak elec'h souheti yec'hed an eil d'egile, e souhetent an eil d'egile gouzanv poan evit Jezuz-Krist. Pa gave peorien mezus, e rê an dro evite, gant muioc'h a aked eget pa veze oc'h ober evitan e-unan; dre e aluzennou, e tennas evelse eleiz diwar hent an dizenor hag an dizesper. Yun a rê diwar bara ha dour, de arôk goueliou ar Werc'hez, hag evel sant Fransez, e rê eur c'hoaraïz a-bez en he enor, adalek gouel Per ha Pol betek gouel Maria Hanter-Est. Eur rozêra a lavare bep sadorn hag eur chapeled en deveziou-all. Kement a zevosion en devoa da hano Jezuz ma lavare anezan en pep lec'h hag en pep mare. Pa gave bugale war e hent, e lavare d'eze : « Lavaret Jezuz, bugale, lavaret holl Jezuz. » Awechou-all, e rê d'eze lavaret : « Deo gratias ! » Ar vugale a oa deut ha ne oa ket ezom da c'hourc'hemenn d'eze; dal ma welent ar breur Felix, e youc'hent a-bouez penn : - Deo gratias, breur Felix, Deo gratias ! Hag hen a dride e galon hag a deue an daerou en e zaoulagad hag a responte ive krenvan m'halle : - Deo gratias, ma bugale ! Doue d'ho pennigo ! Deo gratias ! Pa gleve lenn ar Basion d'ar zun santel, e ouele kement ma c'hlebie al leuren endro d'ezan. Rei a reas e ene d'e Grouer, d'an 18 a viz mae 1587. E gorfi, hag a oa kaledet ha rouzet gant an amzer, a deuas raktal goude e varo da vezan gwenn ha tener evel hini eur bugel; miret eo c'hoaz en e bez en iliz menec'h sant Fransez, en Rom. E hano a oe laket war roll an dud eürus gant ar pab Urban VIII, er bla 1625, ha war roll ar zent gant ar pab Beneat XIII, er bla 1724. K E N T E L Ar beorien mezus Paourente a zo e-touez an dud; darn a zo hag hen diskoue; stankoc'h eo ar re hen kuz; ar gristenien o deus eun tamm peadra a dle anaout ar re a zo o vevan endro d'eze ha ne gredont ket astenn an dorn. Ober a reont d'ar beorien mezus-ze ar vad a c'hellont, n'eo ket hepken heb hen embann, mes en eur guz o madoberou gant kement a evez hag a laka re-all da goach o fec'hejou. « An dorn kle, eme Hon Zalver, ne dle ket anaout al largente a skuilh an dorn deou. » Arôk rei, ne zellont ket pe eman ar re o deus ezom diouz o c'hostezen pe n'emaent ket; sellet a reont ouz ar baourente hag ouz netra ken; ober a reont evel an Otrou Doue a lak e heol da baran war ar re vat ha war ar re fall, hag evel Jezuz-Krist, a skuilhas e wad evit an dud holl. Eil devez warn-ugent a viz Mae Sant Krispino a Viterb Lean eus a Urz sant Fransez (1668-1750) Ar zervijer bras-man d'ar Werc'hez Vari a c'hanas en Viterb, er bla 1668. Perig oa e hano badeziant. E vamm a lakas da ziwan abred en e galon eur garante dener evit ar Werc'hez; da bemp bla, e kasas anezan da iliz Itron-Varia Della Quercia, hag eno e kinnigas hag e westlas anezan da Rouanez an nenv hag an douar : « Sell, ma bugel, emezi da Ber, setu aze da vamm, rei a ran ac'hanout d'ezi evit bepred. Kar anezi eus a greiz da galon ! » Adalek neuze, Per ne c'halvas ar Werc'hez nemet e vamm hag e Itron. Yun a rê bep sadorn ha derc'hent lie goueliou en ne enor. Aketus oa d'he fedi ha hi a selaoue e bedennou. Eun devez e oa pignet en beg eur wezen gant bugale-all eus e oad; en eun tol krenn, ar skourr ma oant warnan a dorras; holl e oent glazet. Perig hepken en devoa pedet e vamm, ar Werc'hez, ha n'en devoa bet droug ebet. Da dek vla, e gerent a lakas anezan en ti eur eontr d'ezan a oa kereer. Bep sun, pa vezed kontant eus e labour, e veze roët eur gwenneg d'ar pôtr. Heman a rede raktal da brenan gantan eur boked : «Roët d'in unan kaer, avat, emezan d'ar marc'hadour; rak hennez a zo da yezan kinniget d'eun itron vras; » hag e kase e brof d'an iliz dirak skeuden ar Werc'hez; eno e chôme pell amzer, ha ne gleve na ne wele netra nemet Jezuz ha Mari. Da bemp bla warn-ugent, e c'houlennas bezan digeme-ret en Urz sant Fransez. Neuze e kemeras an hano a Grispino. Evel Félix a Gan-talis, ne falvezas ket gantan soursial eus netra nemet eus al labouriou-dorn ; n'en em gave ket santel awalc'h da bignal ouz an ôter. Kaset e oe, da gentan, da Dolfa, hag eno e oe laket da geginer. E gentan preder a oe sevel eun tammik ôter vihan d'ar Werc'hez en e gegin, hag eno e kane bep noz, :gant daou genvreur d'ezan, litaniou e vamm vat. Eus Tolfa, Krispino a oe kaset da Rom da blêal gant ar re glanv ; ne chômas ket pell eno, rak re uhel karg a gave d'ezan en devoa bet : « Me, emezan, n'eo ket eul loen on, da vezan dalc'het en disheol ; skornet eo ma gwad ennon, ken nebeut e karan an Otrou Doue. Red eo d'in skuizder ha tomder, tan ar gegin pe heol ar jardin, unan a zaou ; labourât a renkan evit en em domman. » Kaset e oe eta eus a Rom da Albano, hag eno e oe laket d'ober labour ar gegin. Evel en Tolfa, e savas eun ôterik d'ar Werc'hez, ha diraki e rê e bedennou pa veze achu e labour gantan. Otrone vras, eskibien ha kardinaled, pa dremenent dre Albano, a deue d'ober eur zell ouz ôter ar breur Krispino. Ar pab e-unan a deuas eur wech hag a roas d'ezan golo da allumi dirak e vamm vinniget. Eun devez, eun ôtrou pinvidik a roas d'ar manac'h santel daou voked kaer, grêt gant neud seiz ha neud aour, da lakat war e ôter ; mes unan bennak, kamm e vizied, o tremen dre ar gegin, a gemeras ar bokedou neve. Krispino a oe doaniet abalamour d'an dismeganz a oa grêt d'e vamm vat dre al laeronsi-ze. Eus Albano, ar manac'h santel a oe kaset da Vonte Rotondo ; eno e oe laket da jardiner ; en e jardin en devoa savet eun tammik chapel d'ar Werc'hez. Bemde e skuilhe tro-war-dro d'ezi eun dornadik had, abalamour kustumi al lapoused da zont d'en em vodan eno, da ganan meuleudiou Mamm Doue. Eus Albano, e oe kaset da Vracciano hag ac'hane da gester da Orvieto. Ne zaleas ket da c'honid kalon an holl ; pa veze o tremen, evit digeri lient dre douez an dud, e huche : « Alo ! bugale, grêt plas da azen ar Gapusined ! » Eun devez, unan ha n'hen anaveze ket a c'houlennas digantan pelec'h e oa an azen-ze : « Ne welez ket, emezan, eman ar baz war ma c'hein ? » en eur ziskouez e visac'h. - Perak, a c'houlenned outan eun devez, e valeet bepred diskabel ? - Daoust ha deut eo ar c'hiz, ernezan, en eur c'hoarzin, d'an ezen da zougen tokou ? Ghom a reas d'ober ar vicher a gester eun daou-ugent via bennak en Orvieto. Pa n'hallas mui baie d'ober an dro, e oe kaset da Rom ; mes tud Orvieto a renkas kaout o breur Krispino. Pa zizroas, kêr a-bez a yeas d'e gerc'hat : « Oh ! ma Doue, emezan, perak ober kement a drouz evit eun azen ken koz ha ken fall ha me ! » Tremen a reas eun nebeut blaveziou c'hoaz en Orvieto, elec'h m'oa karet gant an holl. Erfln, Doue hen galvas da vont da Rom elec'h ma tre-menas, de war-lerc'h gouel sant Félix (1750). Burzudou eleiz a c'hoarvezas epad ma oa e gorf war ar varv-skaon ; c'houec'h gwech e oe red e wiskan : e zilhad a yee a dammou gant an dud. E enterramant a oe kaer meurbed. Pelec'h eman ar roue, a lavar d'imp unan eus skriva-nierien e vue, pelec'h eman ar roue en deus bet, goude e varo, kement a enor hag ar paourkez manac'h-ze ? K E N T E L Kempenn ôteriou ar Werc'hez I. — En peb iliz parouz, e tle bezan eur skeuden eus Mamm-Doue, ha seul-vui e talc'her kempenn al lienachou, ar bleuniou hag ar golo war he zro, ha seul-vui eo anat eo krenv ar fe er barouz-ze. II. — En pep tiegez e tle bezan ive eur skeuden eus Mamm Doue, bras pe vihan, ha diouz an enor a ve grêt d'ezi, e ve anat pegement' eo karet ar Werc'hez en tiegez-ze. III. — Eun dra vat eo kustumi ar vugale a vihanik, dreist-oll epad miz mae, da vont da gutuilh bleuniou da lakat war ôteriou an Itron-Varia : Netra ne ra bleunian kalon eur vamm dener Evel al lid a ra d'ezi he bugale. Trede devez warn-ugent a viz Mae SANT DONASIAN HA SANT ROGASIAN Bugale an Naoned, merzerien (***-288) Ar vro gaer omp enni o chom, breman zo daou vil bla e vije grêt an Arvor anezi. He zud a heuilhe relijion an drouized, o beleien goz, pe nini ar Romaned, o mistri neve. Sklerijen ar fe ne baras war an Arvor nemet daou-c'hant hanter-kant vla bennak goude ma pignas Jezuz-Krist en nenv, ha Rogasian ha Donasian eo an daou arvoriad kentan zo hano aneze war rollou an Iliz. Daou vreur oant, a ouen uhel, ginidik eus an Naoned. N'o devoa na tad na mamm, na den ebet; kelennet oant bet war ar relijion gristen gant eun eskob o tremen dre ar vro. Donasian, ar yaouankan, a oa badezet hag a gatekize e vreur a-benn e vadeziant. En miz mae 288, gouarner bras Bro-C'hall a deuas d'ober eun dro d'an Naoned. Kement hini en devoa c'hoant da vezan arru mat gant an impalaer, a reas d'ezan digemer bras. Evel ma c'houlenne kelou eus stad kêr, eur pagan alavaras : - En em gavet mat-oc'h da zont aman, rak marteze c'houi, da vihanan, a c'hallo tennan eus pennou tud a zo en hon zouez, ar frouden fall a ra d'eze mont da goll, war-lerc'h an den o deus ar Judevien staget ouz ar groaz. Unan aneze, Donasian e hano, ho peus ezom da skei warnan da gentan, rak n'eo ket bet awalc'h d'ezan chom hep kinnig ezanz d'an doueou, deut eo, dre e c'heier, a benn da douelli e vreur. N'ho peus nemet ober d'eze dont d'ho kaout hag e welfet. Ar gouarner a oe estlammet o klevet an neventi-ze. Lakat a reas digas an daou gristen dirak e gador-varn. War Donasian, e-unan, e oe grêt an enklask kentan. Ar Gouarner. - - Donasian, ar vrud a zo deut betek ennon a teus nac'het a-grenn adori Jupiter hag Apollon, doueou bras an impalaered, hag ez out o klask rei da gredi d'ar bobl e vezo salvet, dre varo eur reuzeudik zo bet staget ouz ar groaz. Donasian. - - Lavaret a teus ar wirione hep zonjal. Ya ! karet a rafen digas an dud dianket da adori an hini a renk bezan servijet gant an holl. Ar Gouarner. -- Didrouz gant da demziou divalo, pe me a lako lazan ac'hanout hepdale. Donasian. — Tenvalijen an droug a zo gwell ganac'h eget sklerijen ar C'hrist; mat, mervel a rafet en ho tenvalijen. Ar gouarner en devoa klevet awalc'h gant Donasian. Lakat a reas digas Rogasian, hag o vezan ne oa ket badezet c'hoaz, e krede bezan goest da c'honid anezan dre gomzou flour. Mes Rogasian a respontas hep marc'hata : - N'eus nemet fallagriez en ho spered hag en ho komzou. N'ouzoc'h ket, zoken, pe an doueou pe an impalaered da lakat da gentan. Ho toueou n'eus bue ebet enne, hag ennoc'h, kennebeut, n'eus ket a skiant, rak ar re a ador ar vein n'int ket dishenvel diouz ar pez a adoront. Ar gouarner a youc'has kerkent evel eur blei : - Kaset ar foll-ze da gaout ken foll hag hen ! Stlapet anezan er prizon gant e vreur ! Varc'hoaz, dirak ar bobl, e vefont dibennet ! An dra-ze a zesko d'eze ober gwap eus an doueou hag eus ar brinsed ! An daou vreur a dremenas an noz o pedi hag oc'h ober o c'himiadou an eil d'egile. Rogasian, doaniet abalamour ne oa ket c'hoaz badezet, a c'houlennas ouz e vreur bihan rei d'ezan, da vihanan, pok ar peuc'h, ha Donasian, en eur beden c'houek, a c'houlennas ouz Doue rei d'e vreur henan, dre vadeziant ar gwad, an holl c'hrasou an ije bet dre vadeziant an dour. An de war-lerc'h, karget a chadennou, e oent kaset adarre dirak ar gouarner : - Hiviziken, ernezan, e renkan bezan striz en ho kenver. An daou vreur a respontas laouen : - Ne gollfomp ket ar vue o rei anezi evit an hini en deus he roët d'imp, hag a ouezo he renti d'imp adarre er baradoz. Dallet gant ar gounnar, ar gouarner a reas stagan an daou vugel kalonek war eur marc'h koat. Goude bruzunan o izili, ar bourreo a doullas d'eze o goug hag o dibennas. Den, a lavar d'imp ar skridou koz, ne gemeras true ouz ar verzerien yaouank, ar pez a ziskouez ne oa c'hoaz kristen-all ebet nemete o teuler o zreid binniget war douar an Arvor. K E N T E L Ar vadeziant Ar vadeziant eo dor Iliz Jezuz-Krist, dor ar vue dreist natur, dor ar zakramanchou. Heb ar vadeziant, n'eus baradoz ebet da c'hedal, rak Jezuz-Krist en deus lavaret : « Nemet genel a rafe a neve an den eus an dour hag eus ar Spered-Santel, ne yelo ket da rouantelez Doue. » N'eo ket red bezan konfirmet, na kommuniet, nag absolvet, na nouet, nag eureujet, na beleget evit mont d'ar baradoz, mes red eëo bezan badezet. « Den ebet n'eo dispanset eus ar vadeziant », evel a lavar sant Ambroaz. Petra dleer da zonjal neuze eus ar baganed a zo c'hoaz, zoken en de a hirie, seiz gwech niverusoc'h evit ar gristenien ? Daoust hag holl e vefont daonet ? Nan, a drugare Doue. Badeziant ar gwad, pe badeziant ar c'hoant a zigoro dor ar baradoz d'an dudigou kez-ze n'hallont ket kaout badeziant au dour. Badeziant ar gwad eo ar verzerenti. Badeziant ar c'hoant eo ar volonte d'ober kement a zo red evit mont d'ar baradoz. Meur a bagan ha meur a baganez a zo, ha n'o deus biskoaz klevet hano'eus a Jezuz-Krist nag eus e Iliz, a vev gwellan m'hallont ouz ar sklerijen o deus, hag a gavo dor-zigor er baradoz, badezet ma vefont bet gant badeziant ar c'hoant. Doue ne zerr ket e rouantelez ouz an neb a ra ar pez a zo en e c'halloud evit mont ebarz. Pevare devez warn-ugent a viz Mae Gouel an Itron-Varia Skoazel ar Gristenien Er stourmajou diniver o deus bet ar gristenien da 'c'houzanv epad ar c'hantvejou, int bet skoazellet bepred gant o Mamm vat, ar Werc'hez Vari. Abalamour da ze, ar pab Pi V, goude brezel Lepant, elec'h ma oe dismantret en eun doare ken burzudus listri an Durked gant ar gristenien, a lezhanvas an Itron-Varia «Auxilium christianorum, skoazel ar gristenien,» hag a reas lakat al lezhano neve-ze en litaniou Loretta. Er bla 1789, e oa poan e-touez an dud en Frans; nebeut a emgleo; re a binvidigez diouz eun tu; re a baourente diouz eun tu-all, hag abalamour da ze, siou eleiz diouz an daou du. Gwellât stad ar vro a oa ezom d'ober. Ar roue Loeiz XVI a c'hoantae hen ober tam ha tam; ar franmasoned a zigasas an dispac'h; epad dek vla, e c'helljod kredi e oa holl c'halloud an ifern dichadennet war rouantelez Frans. Loeiz XVI, ar roue merzer, a oe dibennet, d'an 21 a viz genver 1793; eur werc'hez neve, an doueez Raison, a zave he zrôn en iliz an Itron-Varia, d'an 10 a viz kerdu 1793; Doue, dindan an hano neve a Etre Suprême, a oe grêt e ouel kentan d'an 18 a vezeven 1794, gant Pariz a-bez, pôtred ar c'houarnamant er penn; ar veleien hag an dud-chentil a oe lazet a verniou, an ilizou diskaret, al listri sakr gwerzet, ar c'hleier teûzet; skrijus oa bevan war douar Frans. An dispac'herien ne oa ket awalc'h d'eze hadan an dismantr en o bro; c'hoant o devoe ive d'ober o mestr er broiou-all tro-war-dro; mont a rejont betek Rom (15 a viz c'houevrer 1797). Pi VI a oa neuze en penn an Iliz; hep true ebet nag ouz e vleo gwenn nag ouz e renk, e oe stlejet eus a Rom da Zienn, eus a Zienn da Floranz, eus a Floranz da Valanz, elec'h ma varvas, d'an 29 a viz est 1799, en e eil vla ha pevar-ugent. A drugare Doue hag ar Werc'hez, an Autrichianed hag ar Rusianed a 'n em glevas da argas ar Fransizien diouz an Itali uhelan, ar pez a roas tro d'ar gardinaled d'en em vodan en Veniz, da henvel eur pab neve. Eskob Imola, ar c'hardinal Chiaramonti, a oe laket war Gador sant Per, d'ar 14 a viz meurz 1800, hag a gemeras an hano a Bi VII. Er memes amzer, eur jeneral yaouank, Napoleon Bonapart, a stlapas d'an traou gouarnamant Pariz hag a ' n em lakas en penn ar vro. Dustu e welas n'halle ket an treo padout da vont evel ma oant et en dek vla divezan, hag e sinas eur c'honkordat gant ar pab (18 a viz ebrel 1802). Gwiriou Doue a oa anavezet adarre war douar Frans. Ar c'helou-ze a lakas kalon ar vro da dridal gant al levenez. D'an 2 a viz kerdu 1804, Pi VII a deuas da Bariz evit kurunedigez an impalaer bras. Nebeut blaveziou goude, Jerom, breur Napoléon, dimezet d'eun amerikanez, a c'hoantaas lakat ar pab da derri e briedelez. Heman n'halle ober netra. Evit en em venji, ar prins a yeas da Rom gant eun arme, ha d'ar 17 a viz mae 1809, oa embannet e oa laket leveou an Iliz da astenn rouantelez Frans. Pi VII a dôlas an eskummunugen war ar re o devoa grêt gaou ouz e wiriou. « N'eo ket an eskummunugen-ze, eme Napoleon, eo a lako an armou da gouezan eus adre daouarn ma zoudarded ! » Pi VII a oe sammet d'ar 6 a viz gonere 1809 ha kaset da Zavon; d'ar 27 a viz mae 1812, e oe kaset eus a Zavon da Fontainebleau. Koulskoude, an impalaer lorc'hus, goude bezan bet mestr war an hanter eus an Europ, kouls lavaret, abaoue m'en devoa laket e graban war Vikêl Jezuz-Krist, ne gave mui nemet koll war goll. D'an 10 a viz meurz 1814, e roas e liberte da Bi VII. D'an 11 a viz ebrel war-lerc'h, en Fontainebleau, er palez m'en devoa dalc'het ar pab prizonier, e roë an dilez eus e garg, hag ec'h ee, gant malloz holl mammou Frans war e gein, da enezen Santez-Helena, elec'h ma tlee mervel d'ar 6 a viz mae 1821, goloet a vez hag a zismegans. Pi VII a ' n em gavas en Rom, d'ar 24 a viz mae 1814, abred awalc'h evit bezan er gêr da c'hallout rei digemer da vamm Napoleon, ha da veur a hini-all eus e dud ne gavent lojeiz en neb lec'h. En doare-ze eo en em venje ar pab eus an dismegans a oa bet grêt d'ezan, epad pemp bla, en Savon hag en Fontainebleau. Divezatoc'h (1821), e kaso e vennoz da brizonier Santez-Helena, hag e-touez rouaned an Europ, ne vezo nemetan hag a gemero ar boan da skrivan da Londrez, da c'houlenn skanvât e boaniou. Evit trugarekât ar Werc'hez da vezan e ziframmet eus a-dre daouarn e enebourien, Pi VII a lakas ober, bep bla en Iliz, da genver an de m'oa 'n em adkavet en Rom, gouel an Itron-Varia, skoazel ar gristenien. K E N T E L Dibabet o deus ac'hanon d'o miret Kement hini n'eo ket goest awalc'li da viret ar pez en deus, a dle klask eun all da viret d'ezan e beadra, ahendall e vezo tizet abred pe zivezat. Bemde e welet tud, hag odeus marteze muioc'h a anaoudegez ha muioc'h a galon evidoc'h, o lezel kurunen aour o badeziant da gouezan er pri. Perak ? nemet abalamour n'int ket bet miret diouz enebourien o zilvidigez. Doue ra viro n'en em gafe kemend-all ganac'h ! C'houi zo pinvidik, c'houi ho peus yec'hed ha kalon, c'houi zo bugale da Zoue, maget ouz tol ar Zakramant meulet ra vezo, gant Jezuz-Krist a ' n em ra mamm, evel a lavar ken brao sant Augustin, evit ober d'ac'h bevan eus e vue. C'houi zo kalz muioc'h a zanve en hoc'h ene evit n'eus a nerz en ho kalon hag a ijin en ho spered da viret an danve-ze ha d'e lakat da greski. Ar pez n'hallet ket ober hoc'h-unan, laket eun all d'hen ober evi-doc'h; daoulinet dirak an Itron-Varia, Rouanez an nenv hag an douar, ha lavaret d'ezi a greiz kalon : « Kurunen aour ma badeziant, o Itron-Varia, miret-hi war va fenn ! » Youlou santel ma bugaleach, o Itron-Varia, miret-e em c'halon ! » Sklerijen gaer ar fe, o Itron-Varia, miret-hi em spered ! » Gret d'in anaout muioc'h-mui ho Mab, ma karin anezan muioc'h-mui. » Gret ma rin evit ar gwellan, a vihanik, war an douar-man, ar pez a dlean ober divezatoc'h en baradoz an Otrou Doue ! » En em roët evelse d'ar Werc'hez, korf hag ene, gant kcment tra ho peus; fizianz a c'hellet da gaout enni; hi a viro d'ac'h ho fe, ho furnz, ho santelez; hi ho miro. Hen gouzout a ran, ne fazian ket; scio cui credidi. Pempvet devez warn-ugent a viz Mae SANT GREGOR VII Pab (1073-1085) Sicut sol effulsit in domo Dei. Evel an heol e iufras en ti an Otrou Doue. An Iliz, epad an dekvet kantved hag epad loden gentan an unnekvet, a oa tristidigez vras war he zâl. Ar zantelez ne vleunie ken; al lealded a oa maro; ar wirione a oa sebeliet; an droug a oa trec'h d'ar vad; an dud ne oant troet nemet da dastum madou; ar pab a oa gwasket; pennou-bras an douar a rê o mistri en Iliz; i eo a hanve ar pabed, an eskibien, an abaded hag ar bersoned, ha rei a rent ar c'hargou alïes d'ar re a ginnige ar muian d'eze. Dre ze, an eskoptiou hag ar manatiou, eleiz aneze, a oa en o fenn beleien hag a oa beleien dre laer, hep deskadurez ha hep santelez, ha n'eo ket souezus ne dalveze ket kalz gwelloc'h évite an darn vrasan eus ar re a oa dindanne. Doue, erfin, a gemeras true ouz an Iliz hag a zigasas Gregor VII da rei d'ezi eul lufr hag eur c'halloud evel n'he devoa ket bet c'hoaz. Hildebrand, a deùas divezatoc'h da vezan Gregor VII, a c'hanas en Sovana, dek leo diouz Sienn, er bla 1020. Bonizo, e dad, a oa kalvez hag en devoa eur breur, e hano Lauranz, a oa abad en manati Itron-Varia Mene Avan tin, en Rom. Hildebrand a oe savet gant e eontr, a reas anezan eun den desket ha vertuzus. Da bemp bla warn-ugent, Gregor VI a gemeras anezan da skrivagner (1045). Da varo e vestr, er blavez war-lerc'h, en em dennas en manati Kluny, en Frans; tri bla goude, Brunon, eskob Toul, hanvet da bab, hen kemeras da vont gantan da Rom. Pevar bab-all (1), an eil war-lerc'h egile, hen dalc has en o c'hichen; epad pemp bla warn-ugent, Hildebrand a roas dorn d'eze da wellat stad an Iliz. Er bla 1049, eur c'honsil bodet en Rom a gondaonas an eskibien hag ar veleien a en em zile gant o arc'hant en kargou an Iliz, pe ne virent ket ar werc'hded kristen a zere ouz an dud gwestlet da Zoue. Er bla 1055, eur c'honsil bodet en Lyon ha renet gant Hildebrand a dorras c'houec'h eskob en eun tol; er bla 1059, eur c'honsil bodet en Rom a gomzas eus an doare da gemer evit harz tud ar bed da bouezan kement war c'houarnamant an Iliz, 'vel pa vije hanvet eur pab neve ; Pa bignas Hildebrand e-unan war Gador sant Per (1073), ec'h embannas urziou ar c'honsilou-ze; youc'h a zavas mes Gregor VII a zalc'has mat. En eur c'honsil bodet en Rom (1075), e tennas digant tud ar bed, tudchentil ha rouaned, ar galloud da henvel da gargou uhelan an Iliz. Ar gemennadurez neve-ze a zisplijas kement ma oe klasket diskar ha lazan Gregor VII; elec'h souzan, mont muioc'h-mui war rôk an hini reas. Herri IV, roue an Alamagn, a rene eur vue a oa eur skouer fall evit an holl; gwerzan rê kargou an Iliz; gwaskan rê e bobl. Gregor, dre gaer, a glaskas e c'honid, ha pa welas ne rê ket a van ouz e glevet, e eskummunugas anezan. Gant aon da goll e gurunen, Herri a yeas da choulenn pardon ouz ar pab da Ganossa (1077). Prest goude e kouezas en e bec'hed koz; eskummunuget eun eil gwech gant ar pab, e oe diskaret diwar e drôn gant e bobl. Adalek neuze, Herri ne zellas ket petra d'ober; sevel a reas eun arme da vale war Rom. Robert Gwiskard hen diarbennas. Gregor VII a 'n em dennas war mene Kasin. O vezan êt da Zalern da gonsakri eun iliz neve en enor da zant Vaze, e varvas eno, d'ar 25 a viz mae 1085. E c'her divezan a oe : «Karet am eus al lealded ha kasaet ar fallagriez, ha setu perak e varvan en harlu. » Gregor a lufras evel an heol en ti an Otrou Doue, galloudus dre e oberou ha dre e gomzou. Labourât a reas da lakat miret lezennou an Iliz, da lakat rei d'ezi he frankiz ha da zispenn ar fals-kredennou. Pab ebet, abaoue amzer an Ebestel, ne c'houzanvas ar pez a c'houzanvas, ne stourmas evel ma stourmas evit gloar ha liberte pried Jezuz-Krist; goude ma wele ar bed holl o 'n em zevel en e eneb, netra n'halle e lakat da grenan, abalamour ennan santelez ha nerz-kalon a'nem bare. Sebeliet a oe en iliz neve e oa o paouez konsakri; eleiz a viraklou a c'hoarvezas war e ve. Laket a oe e-touez ar zent gant ar pab Gregor XIII, er bla 1580. (1) Viktor II (1045-1057); Stephan IX (1057-1058); Nikolas II (1058-1061); Alexandr II (1061-1073). K E N T E L Anne an Iliz An Iliz a zo eun anne hag a skoer warnezi a-gle, a-zeou, a-zindan ha diwar c'horre. Eun anne, kaer en deus bezan kalet, a deu da zispenn gant an amzer, abalamour m'eo henvel e zanve ouz hini, ar morzol a sko warnan. Tra souezus, anne an Iliz, elec'h uzan, a uz kement morzol a sko warnan; uzet en deus hini ar Judevien, hini ar baganed, hini an heretiked, hini ar Vahometaned, hini impalaered an Alamagn, hini rouaned Bro-Zôz, hini rouaned. doktored ha dispac'herien Frans. Anne an Iliz, abalamour m'eo bet soubet en gwad Kalon Jezuz a zo deut da vezan ken kalet mac'h uzo, da virviken, morzol kement den a skoo warnan, heb uzan tamm ebet e-unan. C'houec'hvet devez warn-ugent a viz Mae SANT PHILIP NERI Diazezour Urz an Oratorianed (1515-1595) Philip a c'hanas en Floranz, d'an 21 a viz gouere 1515, hag a oe badezet de arôk gouel Mari-Madalen. E dad hag e vamm, tud a beadra, a oa ive tud a relijion, ar pez a zo gwelloc'h c'hoaz. O daoulagad a veze bepred o paran war o mab evit e bellât diouz an droug hag e dostât ouz ar vad. En e yaouankiz, ec'h eas da Rom d'ober e studi. Adalek neuze, 'n em roas holl da Jezuz-Krist. Betek daou ha tri devez e chôme a-wechou hep tamm; alïes e rê tro ar seiz iliz (1), hag eleiz a dud a veze ouz e heul ; meur a nozvez a dremenas en katakombou Sant-Kalist; mont a rê da welet ar re glanv; rannan rê aluzennou gant ar beorien; klask a rê lojeiz d'an dremenidi; hadan rê komzou Doue dre mac'h ee. Sant Ignas, o welet pegen troët oa war an oberou a drugare, a gavas abeg ennan abalamour ma n'ee ket da veleg, hag a lavare e oa henvel ouz ar c'hloc'b a c'halv ar bobl d'an iliz hag a chom e-unan er-mêz; evit senti ouz e govezour, e resevas ar velegiach da c'houec'h vla ha tregont, hag en doare-ze, e kavas c'hoaz muioc'h a dro d'ober vad. Karet a rê prezek, ha bemde hen gre, kouls lavaret; en em zerc'hel a rê ive en lez-varn ar binijen, hag eun niver divent a vugale a c'hanas enni d'IIon Zalver Jezuz-Krist. Ober a rê studiadegou gant eun nebeut tud yaouank, da gentan en e gampr; pa deuas houman da vezan re vihan, en eul lec'h-all brasoc'h, hag a oe grêt eun orator ennan. Bemde ' n em vodent; bep gwech, meur a hini a gomze; unan, diwar-benn poënt pe boënt eus ar relijion; eun all, diwar-benn istor an Iliz; eun trede, war vue eur zant; kanet vije ive kanaouennou neve, savet toniou d'eze gant ar muziker bras Palestrina. Da glozan ar studiadeg, Philip a lavare eur gomz santel bennak hag eun tammik peden. Goude eun nebeut blaveziou, ar studiadegou-ze a oe grêt en iliz Vallisella, hag ar veleiea a 'n em garge aneze a yeas da vevan asamblez gant Philip : Urz an Oratorianed a oa diazezet. Gregor XIII a ôtreas anezan dre e lizer Copiosus, en miz gouere 1575. Ne oa le ebet d'ober evit dont en Urz neve-ze, ha pep-hini a oa libr da vont er-mêz anezan pa gare; ne c'houlenned nemet eun dra, senti ouz ar reolen keit ha ma vijer ebarz. Pep-hini, d'e dro, are al labouriou disteran, evel skubat an ti, gwalc'hi al listri, ober ar gegin. An Oratorianed a glaske daou dra : en em zantelât o-unan, en eur ober evit ar gwellan o deveriou a veleien, ha santelât o nesan, gwazed ha tud yaouank, dreist-oll, en eur glask hag en eur gemer an tu gwellan da zont a benn d'o gonid da Jezuz-Krist. Sant Philip oa mignon ar vugale hag ar bôtred yaouank. Laouenedigez e dâl ha madelez e gomzou o devoa eun nerz dispar da jachan aneze etrezek ennan. Da brosez e ganonizasion, ar c'hardinal Grescenzio a douas e teue alïes, zoken a greiz e bedennou, e-touez ar vugale hag an dud yaouank a c'hortoze anezan, hag e rê o dudi gant ar c'homzou fentus hag ar c'hoariou neve a zispake dirake. « Ma baugale, a lavare d'eze alïes, bezet laouen; eun dra hepken a c'houlennan ouzoc'h, m'en em virfet diouz ar pec'hed. » Pa wele unan bennak tenval e benn, ec'h ee d'e gaout ha gant eur gomz pe ziou e lake al levenez da dizrei adarre en e galon. Eun dijentil a c'houlenne outan, eun de, penôs e c'halle padout en kreiz ar c'han hag ar youc'h a veze gant e bôtred. Ar zant a respontas : « Gant ne bec'hfont ket, n'en em glemmin ket, na pa faoutfent skilhou war ma c'hein ! ». Da varlarje, e lake aneze da c'hoari peziou-teatr kentelius ha plijadurus, abalamour d'o fellât diouz an ebatou danjerus. Bugale ha pôtred yaouank a oa deut hag a gare anezan evel eun tad, hag o dije aon d'ober displijadur d'ezan. Deut e oant da gemer gantan ar c'hiz vat da govez ha da gommunian alïes, da garet ha da viret ar c'hlanded ha da dec'hel diouz al leziregez. Santelez Philip a oa ken bras mac'h anaveze an dud c'hlan diouz o c'houez vat hag an dud hudur diouz ar flêr a zante o tout dioute. Anaout a rê an amzer da zont. Gwelet a oe, ouspen eur wech, en daou lec'h dishenvel; pareet en deus eleiz a dud klanv, ha lakat a reas eun den, Pol Fabricius, da zevel eus a varo da veo. Sperejou an nenv hag ar Werc'hez Vari he-unan a 'n em ziskoueze d'ezan; gwelet a reas eneou eleiz o pignal d'ar baradoz en kreiz eur sklerijen gaer. Mervel a reas d'ar 25 a viz mae 1595, da genver gouel ar Zakramant, oajet a bevar-ugent vla. Laket a oe war roll ar zent gant ar pab Gregor XV, er bla 1622. (1) Ilizou Sant-Per, Sant-Pol, Sant-Sebastian, Sant-Yan-Latran, ar Groaz-Santel, Sant-Lauranz ha Santez-Mari-Veur oa seiz iliz vrasan Rom. Eun dro a beder pe bemp leo eo mont d'eze o seiz. K E N T E L Ar beleg hag ar yaouankiz « Ar veleien, eme Jezuz-Krist, en e brezegen war ar Mene, eo holen an douar. » Eur skeuden gaer eo hounnez, impliet gant Hon Zalver evit sankan eur wirione vras en sperejou an dud. An holen a vlaz, a vir hag a yac'ha an treo; setu ive petra ra ar veleien. Blazan reont ar vue; heb-e, ar poaniou a vije diêsoc'h da zougen; breman ne c'houzanvomp ket nemeur a dra, heb-e, e c'houzanvjemp nebeutoc'h c'hoaz. Miret a reont ouz an dud da drei da fall; dre o labouriou, dre o c'homzou, dre o skoueriou, dre o zakramanchou, e lakont breinadurez ar pec'hed da bellàt. Yac'hât a reont pep tra; rei a reont d'an den yec'hed e eue, ha dreze ive.yec'hed e gorf, rak an darn vrasan eus klenvejou ar c'horf a zo ar vammen aneze en gouliou an ene. Ar veleien eo holen an douar. An holen ne ra vad ebet, nemet mesket a vefe gant ar pez m'eo laket da viret. Ar veleien ive, penôs e refont d'an dud ar vad en deus c'hoant Jezuz-Krist a rafent, nemet mesket a vefent gante ? Hogen, hirie ne glasker nemet eun dra, dispartian a-grenn ar beleg diouz ar bobl; hag an dounez a zo toullet etreze, eman ar gaou bemde o tonnât hag o ledanàt anezi. Ha koulskoude, ar beleg eo holen an douar. Eur medesin bras, goude bezan tôlet evez, epad ugent vla, war ar pez a dremene endro d'ezan, a lavare kement-man : « War 342 familh am eus gwelet dizurz enne, 320 n'eent na war-dro beleg na war-dro Iliz. » War 417 den yaouank hag o deus tôlet, dre o dizurziou, an dismegans war o familh, n'am eus kavet nemet 12 hag o dije hentet ar veleien. » War 25 krouadur digar en kenver o zud, 24 ne darempredent ket ar veleien ! » Komz Jezuz-Krist a zo re wir : « Ar veleien eo holen an douar. » Rak-se, tadou ha mammou, ma zo en ho parouz patronachou katolik, ho pugale n'hallont nemet kaout gonidegez en pep doare, evit o c'horf, o spered hag o ene, o tarempredi aneze. Seizvet devez warn-ugent a viz Mae SANT JUL Soudard ha Merzer En amzer gentan Dioklesian (285-305), ar gristenien a c'halle en em ziskouez; sevel a rent ilizou er zav-heol, kenkouls hag er c'huz-heol. En eun tôl, o vezan bet laket pennadou ennan gant ar sezar Galer, e troas a-grenn eneb d'eze hag e tigoras an dekvet stourmad en o eneb, en eur deuler er-mêz eus an armeou ar zoudarded kristen a oa enne. Er mare-ze eo e c'hoarvezas merzerenti sant Jul. Heman a oa eur zoudard koz hag eur c'hristen mat a zen. - Jul, a lavaras ar gouarner d'ezan, ha gwir e vefe ar pez a damaller d'it ? - Me, eme Jul, a zo kristen, n'on ket evit lavaret d'ac'h e vefen netra nemet ar pez ma'z on. - Gouzout a rez ervat o deus ar brinsed roët urz da ginnig eur zakrifis d'an doueou ? - Her gouzout a ran, mes o vezan mac'h on kristen n'on ket evit ober ar pez a tell d'ac'h, hep nac'h an Doue gwir ha beo. - Peseurt droug a rêr o kinnig eun tamm ezans hag o tec'hel goude-ze ? - N'on ket evit terri gourc'hemennou Doue abalamour zenti ouz tud digristen. C'houec'h vla warn-ugent so ec'h on en arme, ha biskoaz n'eus bet eun torfed da damall d'in; seiz gwech on bet er brezel; n'am eus ket dizentet ouz ma mistri, ha da stourm oan kenkouls hag eun all. Biskoaz ar prins n'en deus tapet ac'hanon o vankout hag e kredet ec'h afen, goude bezan bet aketus da zenti ouz gourc'hemennou ar rouane, da zizenti ouz Roue ar rouane ? - Jul, gwelet a ran ec'h out eun den a benn hag a galon. Selaou ac'hanon, ha kinnig ezans d'an doueou. - Ne rin ket ar pez a c'hourc'hemennet, ha n'on ket o vont, dre eur pec'hed, da jachan war ma c'hein poaniou hag a bado da viken. - Me gemer ar pec'hed warnon; bezan az pezo dek dîner, ha goude-ze den ebet ken n'eio da glask trabas ouzit ! - Nag an arc'hant ifern-ze, na da gomzou flour ne lakfont ac'hanon da nac'h an Doue peurbadus. - Ma ne zentez ket ouz urziou an impalaered, e lakin da zibennan. - Mat a refet ! Kondaonet ac'hanon ' ta ! Ma c'houzanvan ar verzerenti, e c'honezin eur gloar hag a bado da viken. - Ma c'houzanvjes evit ar vro hag evit al lezennou, neuze, ya, e c'honezjes, en gwirione, ar gloar-ze. - Gouzanv a ran evit al lezennou, mes evit al lezennou a bado da viken. - Al lezennou-ze a zo bet roët d'ac'h gant eun den hag a varvas war ar groaz. - Maro eo evit hon fec'hejou, abalamour rei d'imp ar vue a bado da viken. Doue a vev a holl viskoaz hag a vevo da virviken. An neb hen anzavo en devo ar vue peurbadus; an neb hen nac'ho a vezo kastizet epad an holl amzeriou. - True am eus ouzit, selaou ac'hanon, eur wech c'hoaz ! Kinnig ezans, buhan, hag e vevi ganimp. - Bevan ganac'h a vefe ar maro evidon; mes ma varvan, e vevin. Ar gouarner a embannas e varnedigez : « Jul, p'eo gwir n'eo ket bet falvezet gantan senti ouz hon frinsed, a vezo dibennet. » Kaset a oe war dachen e verzerenti. En em gavet eno, e vriataas ar gristenien bodet endro d'ezan. Lakat a reas eul lienen endro d'e benn, kinnig a reas e c'houg en eur lavaret : « Otrou Jezuz, abalamour d'ac'h eo e c'houzanvan. Laket ma ene e-touez ho sent. » Ar bourreo a dennas ar c'hleze; Jul a oe dibennet d'ar 27 a viz mae. K E N T E L Eun dra vihan hag a denn da vras ! Kinnig ezans, setu aze eur pez kaer ! Eur gomz, ken nebeut, n'eo ket kalz a dra da welet, ha koulskoude, petra zo galloudusoc'h da c'houzout ? Dre eur gomz fall e rêr poan da Zoue; are eur gomz hudur e rèr donjer d'ezan; dre eur gomz karantezus e rêr e blijadur, ha dre eur gomz truezus e teneraer e galon. Eur gomz rust, diouz an hini ne lavar d'imp, a c'hall sankan en hon c'halon evel eur bir, hep ma c'hellche ken netra he chachan er-mêz goude-ze. Eur gomz vat a c'hall lakat en hon c'halon eul levenez ken bras ma n'eus netra, na poan, nag anken, na gwall zarvoud obet goest d'he lakat da nijal diwar hon zâl. Eur gomz a zo eun dra vihan hag a denn da vras. Kinnig ezans d'an idolou, da welet, n'eo ket eur pez kaer ken nebeut, mes da c'houzout, eo eur pec'hed skrijus; rakan dra-ze a zo rei d'ar grouadurien eun enor ha n'eo dleet nemet da Zoue. Ar verzerien ne droent ket kein da Jezuz-Krist, evit tec'hel arôk ar maro; ha ni, daoust ha n'eomp ket a-wechou betek nac'h Doue hon badeziant, evit tec'hel arôk eur mousc'hoarz ? Eizvet devez warn-ugent a viz Mae Sant Augustin a Gantorbery Abostol Bro-Zôz (***-604) Er bempvet kantved, tud an hanter-noz, ar Zôzon hag an Angled, a zailhas war Vreiz-Veur. Dre an dir hag an tan e argasjont diouti an darn vrasan eus arVretoned hag e rejont anezi o bro. Bale a rent en tenvalijen ar gaou hag en skeud ar maro. Doue a deuas da gaout true oute hag a lakas da zevel ’us d’eze sklerijen gaer an Aviel. Sant Gregor eo en devoa da gentan c’hoantaet prezek ar fe d’ar Zôzon. Eun devez ma tremene dre blasen-varc’had Rom, e kavas warnezi sklavourien yaouank ken wesk ma c’houlennas eus a belec’h e oant ha peseurt relijion o devoa. Ar marc’hadour a respontas e oant Sôzon, eus enezen Breiz, hag e oant paganed. « Pebez koll. eme C’hregor, e vefe tad an deuvalijen perc’hen bugale keo koant, ha ne welfed, a-dreuz daoulagad ken seder, nemet eun ene sôtret gant ar pec’hed. » Prenan reas ar sklavourien-ze, lakat a reas o zevel en manati Sant-Andre, ha gant ôtre Pelaj II, e kemeras penn an hent da vont da Vro-Zôz da brezek ar fe. Mes ar Romaned ne oant tamm ebet en poan d’e welet o vont digante hag a reas d’ar pab e c’hervel da zont endro; redek a rejod war e lerc’h; tizet a oe ha digaset da Rom. Pa bignas war Gador sant Per (590), n’ankouaas ket e Zôzon. Kemenn a reas da zaou-ugent beleg eus manati Sant-Andre, gant sant Augustin en o fenn, mont da Vro-Zôz. Treuzi a rejont Bro-C’hall; c’hoantât a rejont dizrei war o c’hiz, ken estlammus oa ar c’heleier a glevent diwar-trenn ar Zôzon. Gregor Meur a gasas d’e vibien a oa o vont da Vro-Zôz eul lizer evit o c’halonekât. Douaran rejont en Aber an Tamis, en enezen Thanet, en rouantelez Kent. Roue ar vro, ar pagan Ethelbert, hag ar rouanez kristen Bertha a reas’ d’eze eun digemer laouen. En em lakat a rejont da brezek a bep tu ar c’helou mat. Eun tammik iliz vihan chomet en he zav a-zilerc’h ar Vretoned a oe o iliz kentan. Prezek, oferennan ha badezi a rent enni. Ne oa ket bla c’hoaz ma oant eno, pa c’houlennas Ethelbert ar vadeziant; eleiz a gemeras skouer warnan, ha da oueliou ar Pantekost 597, dek mil Sôz a oe badezet en stêr an Tamis. Dre anaoudegez vat, ar roue kristen a roas d’ar venec’h e balez hag eun dachen tro-war-dro a oa enni eun templ pagan; eus ar palez e oe grêt eur manati hag eun eskopti. Sant Augustin, sakret eskob en Arl, a oe kentan abad ha kentan eskob Kantorbery. Eus an templ e oe grêt eun iliz, ha, stag-a-stag outi, eur manati-all en enor d’an Ebestel Per ha Pol. Ar pab Gregor a roas da eskob Kantorbery ar gwir da zougen ar pallium, pa vije oc’h oferennan, hag hen greas arc’heskob war Breiz-Veur a-bez. Koulskoude, eskibien Bro-Geumru (1) ha Bro-Gerne a chômas hep plegan d’ezan, dre ma c’houlenne oute prezek ar fe d’ar Zôzon : tenn e kavent digeri doriou ar baradoz da dud hag o devoa laeret digante bro goz o zadou. An arc’heskob a gavas muioc’h a zentidigez abeurz e Zôzon badezet. Kelennet mat oa bet gant sant Gregor, gwir eo, war an doare d’o c’hemer : « Arabad eo, en devoa lavaret ar pab-ze d’ezan, diskar templou an idolou; diskaret hepken an idolou a zo enne, binniget aneze, savet enne ôteriou, laket enne relegou; en doare-ze, an dud a deuio buhannoc’h da adori ar gwir Doue el lec’hiou m’int boaz da vont dija. » Hag evel m’o deus ar c’hiz da lazan eleiz a ejenned, pa ginnigont sakrifisou d’an drouk-sperejou, pa vezo gouel an dedi, pe gouel ar verzerien, e c’halllont sevel lochennou tro-war-dro d’an templou troet en ilizou, hag ober leinou enne etreze; mes elec’h lazan an anevaled en enor d’an diaoul, e lazfont aneze evit o dibri, hag e trugarekafont Doue a ro d’eze o gwalc’h; en eur lezel gante, en doare-ze, urz da gemer eun nebeut plijaduriou korf, e teuer gwellan a benn d’o zrei war ar plijaduriou ene. » N’haller ket krennan pep tra pa ve d’ober gant eneou goue; n’eo ket a lammou bras e saver war gern eur mene, mes a gammajou bihan. » Sant Augustin a varvas d’ar 26 a viz mae 604. (1) Cambrie ou Pays de Galles. SANT JORAND Ermit (XIVet kantved) An 28 a viz mae, e rêr ive gouel sant Jorand, an eus en parouz Plouek eur pelerinaj brudet hag eun iliz hanvet an Iliz-Kaer. En Gouanac’h e oe ganet. Goude maro e dad, e teuas gant e vamm da chom da Gergrisl, en Plouek, hag e kavas eno eur mestr mat d’hen kelen. Pa gollas e vamm, e savas eur peniti en kichen chapel an Drinded. E amezeien, tud fallakr, a reas d’ezano kuitât al lec’h-ze ha mont da glask digemer gant menec’h Sant-Juhec, en Pedernek. Eno ar zant a oe beleget hag a renas eur vue leun a skouer vat. Koulskoude, Plouegiz n’o devoa ken nemet gwall-chans abaoue m’o devoa e argaset ; dont a rejont en prosesion da gerc’hat anezan : Dirak Jorand, er manati, Deus daoulinet, ’n eur hirvoudi Evit goulenn, a galon vat, Gant an den santel, o mennad. Ar zant a dizroas gante hag a zavas eur manati en Drinded. Goulenn a reas ; ’rôk mervel. ma vije beziet en lu deou da ôler e iliz ; ac’hane e skuilh bepred var e genvroïz madelezou a bep seurt. Sant Jorand a zo pedet evit al loened korn, en zonj eus ar burzud a lavarer e reas, pa oa c’hoaz krennard, o renti ar vue da vioc’h e vamm bet laeret ha lazet gant eur vanden zoudarded. Daou bardon ar bla a ve grêt en e enor : unan, de zul kentan an Azvent, egile. de zul an Drinded. Ar pelerinaj-man a bad eiz de hag a zo darempredet gant pelerined a bell-bro. (2) (2) Tennet diwar vue sant Jorand, gant an ôtrou J. Le Cocq, person Ar Roc’h. K E N T E L Dizro Sôzon ha Bretoned Breiz-Veur Iliz Rom eo kalonen ar bed kristen. Sant Augustin hag e venec’h a stagas outi iliz Bro-Zôz (604). Ar roue Herri VIII, war digare ma ne dorre ket ar pab Klemant VII ar briedelez a oa etre Katel Aragon hag hen, a zistagas iliz Bro-Zôz diouz iliz Rom (1534). E vugale, Edouard hag Elisabeth, eus schismatiked m’oa deut ar Zôzon da vezan en arnzer o zad, a reas protestanted aneze. Ar gatoliked a oe diframmet digante o danve hag o gwiriou; o beleien, o menec’h hag o leanezed a oe merzeriet pe harluet. Ar gaou, gant e vantel euzus, a c’holoas a nebeudou Breiz-Veur a-bez. Adalek ar bla 1778, an nebeudik katoliked a oa c’hoaz enni, kuzet hini aman, hini a-hont, a welas erfin o tont d’eze, a hiniennou, ar gwiriou nac’het outo 250 vla a oa. Da zispac’h 1793, eiz mil beleg eus hon bro, an ôtrou de La Marche, (3) eskob Kastel-Pol, unan eus ar re vrudetan aneze, a gavas digemer en Bro-Zôz hag a lakas, dre o reuziou hag o vertuziou, kalon ar brotestanted da denerât ouz ar gatoliked. Er bla 1850, Pi IX a c’hallas sevel a-neve eskoptiou Breiz-Veur, êt d’an traou tri-c’hant vla oa. Er bla 1901, kannad Leon XIII a gase e c’hourc’hemennou da Edouard VII, ha prest goude, roue Bro-Zôz, evit ar wech kentan abaoue pevar-c’hant vla, a lake e dreid war dreujou ar Vatikan. 10.000 konversion a zigoue breman, bep bla, en Breiz-Veur; n’eus ket eur familh ken ha ne vije ket enni eur c’hatolik bennak; arôk kant vla aman, pobl Breiz-Veur, dizroët war hent ar wirione, ar furnez hag ar peuc’h, en devo kavet Fe koz e dadou. Pedomp alïes evit dizro ar Zôzon, ha dreist-oll, evit hini hon breudeur Bretoned a Vro-Geumru hag a Vro-Gerne. Ar pab en Rom en deus mall d’o gwelet adarre . . . o vevan sioulik War barlen hon mamm zantel, an Iliz katolik. Red eo gervel, emezan, an denved dianhet ; Eur pastor a dle bezan hag eur rummad denved. » (3) Tec’hel on devoa renket eus e eskopti, arôk an dïspac’herien, d’an de kentan a viz meurz 1791. Mervel a reas en Londrez, d’ar 25 a viz du 1806. E relegou a oe digaset da Gastel-Pol er blavez 1868. Eskob Landreger a renkas tec’hel eveltan. Navet devez warn-ugent a viz Mae Hon Zalver Jezuz-Krist o pignal en Nenv Pa zonjan en nenvo Hag etrezek ma bro, Nijal di a garfen Evel eur goulmig wenn. Daou-ugent devez goude ma oa savet eus a varo da veo, Hon Zalver Jezuz-Krist a gimiadas diouz e ziskibien, a vinnigas aneze hag a bignas en nenv. Petra eo an nenv ? Epad m'eo bet war an douar, Mab Doue n'en deus ket paouezet, kouls lavaret, da gomz d'imp eus bue ar bed-all, ar vue a bado da viken. Laket en deus anezi kenver ouz kenver gant bue ar bed-man ha diskouezet en deus e oa pell arôk houman. Bue ar bed-all, emezan, a zo henvel ouz eur berlezen bresius a laker an holl denzoriou-all en gwerz evit he frenan. Lavaret en deus n'e ket mat d'imp kaout aon rak ar re a laz ar c'horf ha n'hallont ober netra d'an ene; lavaret en deus e tleer ' n em ziskouez dizamant en kenver ar c'horf, ma lak an ene da goll e vue; lavaret en deus e pigne etrezek e Dad evit pourchas d'imp hon flasou; lavaret en deus 'n em raje e-unan servijer e zent, evel ar mestr, hag eur wech deut d'ar gêr, a ra da dud e di azezan hag a ' n em lak e-unan d'o zerviji. Eur gomz-all nerzusoc'h c'hoaz a lavaras de ar Yaou-Gamblid, diouz an noz : «Ma Zad, me fell d'in e vefent ganin el lec'h mac'h on.» Ar gomz-ze a lavar ez eus eun nenv, ha diskouez a c'haller drezi petra eo. Bezan gant unan bennak, na pebez komz dudius, nag ês gouzout petra c'hoantaer lavaret drezi ! Bezan gant unan bennak a zo bevan er memes ti gant eun all, mes an dra-ze a zo, dreist-oll, kaout ar memes doare da welet, rannan al levenez, rannan an anken, lakat daou ene d'ober unan. Setu petra eo bezan gant unan bennak. Tud a zo, hag eleiz siouaz, hag a vev kichen ha kichen ha n'emaent ket, daoust da ze, an eil gant egile. Ar pez a c'houlenn Jezuz-Krist, ar pez a fell d'ezan eo e vefemp gantan el lec'h m'eman. Epad hon bue war an douar-man, hon lezen eo chom gantan evit en em zantelât, gantan mestr, gantan skouer, gantan eienen pep sklerijen ha pep nerz. Ar pez a zo hon lezen er bed-man a vezo hon lezen er bed-all; bezan er bed-all a zo bezan gant Jezuz-Krist dizroet daved e Dad hag hon Zad, daved e Zoue hag hon Doue. Bezan en nenv, a zo bezan gant Jezuz-Krist, e welet, e anaout, e glevet, e gompren; mont eus an denvalijen a zo dastumet, gant ugent kantved, etre hen ha ni, ha n'omp ket bet gouest da zispenn, kaer hon deus bet studian 'n em gaout dirak Jezuz-Krist evel unan eus tud e amzer; komz outan evel ma rê ar re a gare anezan ar muian hag a oa karet ar muian gantan, Mari, e vamm, sant Yan, santez Mari-Madalen. Ha c'hoaz an dud-ze, mignoned muian-karet Mab Doue, n'o deus ket anavezet Jezuz-Krist, war an douar, evel ma refomp-ni er bed-all. Gwelet a refomp e c'hened evel den, hen ar c'haeran eus bugale an dud, evel a lavar d'imp an lliz. Gwelet a refomp e vue, adalek kraou Bethleem betek Mene-Kalvar; selaou a refomp pep-hini eus e gomzou; gwelet a refomp pep-hini eus e oberou; gwelet a refomp an digemer a rê d'an dud a deue d'e gaout, e vadelez evit ar re vihan hag ar re baour, e drugare evit ar glanvourien hag ar bec'herien; gwelet a refomp pegen bras ha pegen yen oa dirak an dud fall, an dud chouchet, an dud klouar n'int na tomm na yen, na mat na fall. Mont a refomp betek goueled e ene; gwelet a refomp pegen bras oa e zoujanz en kenver e Dad, pegen bras e c'hoant da zenti outan bepred ha daoust da bep tra, betek ar maro war ar groaz; pegen bras e garante en kenver an dud. Ha goude bezan e welet evel den, e welf'omp anezan evel den-Doue, ken den ha ni, ha dennoc'h, ken Doue hag an Tad hag ar Spered-Glan; gouzout a refomp gwelloc'h petra eo eun Doue ' n em c'hrêt den, ha pegement a enor a deu da gorf ar C'hrist, dre m'eo unanet gant natur Doue. Eur wech m'hon devo anavezet an den m'eo Jezuz-Krist, Jezuz-Krist hon c'hemero hag hon c'haso gantan en kerc'hen Doue e-unan : « Ma Zad, me fell d'in e vefent el lec'h mac'h on. » Ha pelec'h eman ar Mab, ma n'eo ket en kreiz an Drinded eo ? Eno eta eo e fell d'ezan hon c'has gantan, nan, mar keret, m'hon defe kement a wir da vont eno hag en deus hen e-unan, mes mont a refomp koulskoude, abalamour ma fell d'ezan, ha kemer a refomp peurz en bue Doue e-unan. (1) Aman ne welomp Doue nemet dre e skeud; eno e wel-fomp anezan dre e sked, « tâl ouz tâl, evel m'eman. » (2) Evit en em gaout eno, eo red d'imp kaout eur galloud ha n'hon deus ket : eur spered lemmoc'h evit an hini hon deus, eur galon tommoc'h evit an hini a zo en hon c'hreiz, evel m'eo red d'an er (3), roue al lapoused, kaout diouaskel ledan ha nerzus da nijal etrezek an heol. Jezuz o roïo d'imp; drezan, ennan ha gantan 'n em gavfomp gouest da dizout Doue. Eur skeuden a lako ar wirione-ze da vont donoc'h en hon spered. Setu aze eun den ha n'eo bet er skol biskoaz, n'en deus deskadurez ebet. Komzet d'ezan eus kaerder eun ton, kaerder eur skrid, kaerder eun dôlen, kaerder eur brezegen; selaou a raïo ac'hanoc'h, mes n'ho kompreno ket. Galloud da anaout a zo ennan, koulskoude, mes ar galloud-ze a zo kousket. An den-ze, ma vije digoret e spered, a deuje da gompren an treo ha da vezan gouest d'o barn. Evelse, ni ive a zo en hon eneou, hadet enne da ze hon badeziant, eur galloud dispar ha dianav evit c'hoaz : galloud da welet, galloud da garet. Pa deuio ar mare, dal ma paro warnomp An heol ne ve morse mantellet gant an noz, Hag a sklera dalc'h-mat liorzou ar baradoz, ar galloud-ze, kousket epad ar vue-man, a ziwano, a vleunio, evel ma tiwan ha ma vleuni pep tra d'an nevez-amzer, hag hon graio gouest da welet ha da garet Doue, dre Hon Zalver, an Otrou Jezuz-Krist. Hag an dra-ze a vezo an nenv. (1) St-Per, I. 4. (2) St-Pol, 1. Cor. XIII, 12. (3) Aigle e galleg. Tregontvet devez a viz Mae SANT ISIDOR Patron al labourerien-douar (***-1170) Isidor a c'hanas en Madrid, en blaveziou kentan an daouzekvet kantved. E gerent a oa en dienez eus madou an douar, mes ne oant ket paour a bep hent : vsantelez a oa en o ene, ha rannan rejont anezi gant o mab. Isidor a deuas abred da gasaat ar pec'hed ha da garet ar vertuz. E dud, elec'h e gas d'ar skol, her c'hasas da zerviji da di Yan Vergas, eun dijentil pinvidik eus a Vadrid. Heman a roas d'ezan mêreri Karamancha da labourat : Eno, pell diouz an trouz Hag holl safar ar bed, Ar mëziou her c'helenne kenkoulz Hag ar gouiziekan doktored. Ne groge devez ebet en e labour, hep bezan bet, arôk, o c'houlenn bennoz an Otrou Doue ha hini ar Werc'hez Vari, en ilizou Madrid. Bemde e kleve an oferen, ha goude-ze, evit 'n em zigoll, e laboure kaeroc'h, hag a-benn an noz en dije grêt gwelloc'h labour ha muioc'h eget e amezeien. Ar re-man, droug enne, a glaskas sevel dindan Isidor, hag a damallas anezan dirak e vestr : «Ar gopraër-ze, emeze, elec'h labourât ho touarou, a zo aze bemde o sevel arôk an de hag o vont da droïeta dre gêr, war digare ober e bedennou, hag e ve goude-ze hanter an devez arôk ma ve dizro, ha ne ra neuze nemet dismantr al labour. N'eo ket dre m'hon deus droug outan e teuomp da gomz anezan evel ma reomp, mes ne garfemp ket e vefe grêt gaou ouzoc'h, hep lavaret d'ac'h. Breman e refet evel a gerfet. » Yan Vergas, eun devez, a yeas eta da guz arôk an de, da welet petra oa a wir er pez a damalled d'e c'hopraër. De bras oa pa deuas; Yan a zavas eus e guz da vont d'ober eur gourdrouz d'ezan. Mes e keit ma oa o vale, e welas en dachen diou alar, ejenned gwenn oute, daou zen yaouank gante, skedus o dremmou ha gwenn o dilhad, hag en kreiz, Isidor ive, gant e alar; an tri benveg a frailhe douar ken buhan ha ken kempenn ma oa eun dudi sellet oute. Yan Vergas, o welet ar burzud-ze, a chômas sebezet holl; en eun tol, ne welas mui netra nemet e vevel o vont endro, evel kent. Diwar neuze, ne veze ket nec'het evit kas an teodou fall diwar e dro, pa deuent d'e gaout, da damall Isidor dirakan. Karante al labourer devot evit ar beorien a oa ken bras ma roë d'eze ar goprou a c'honeze diouz e labour, ha Doue e-unan a rê burzudou en e genver, kentoc'h eget e lezel hep gallout ober aluzen. En eur vreuriez e oa, hag eun devez e oa lein vras gant ar genvreudeur. Isidor a ' n em gavas war an divezat ha ne oa ket e-unan. Peorien a oa ouz e heul. - Petra, a oe lavaret d'ezan, d'an heur-man eo 'n em gavet da glask ho lein gant an dud-ze, pa ne chom netra nemet ho lod ! - Ma chom ma lod, eme Isidor, e chom trawalc'h, ni a ranno : Gwell eo rannan être dek, Evit lezel unan heb. Kerc'het a oe lod an den santel; tra vurzudus, awalc'h ha re a oe anezi evitan hag evit ar re en devoa pedet da zont gantan. Isidor a zimezas abred d'eur verc'h vat, eus e renk. Bezan o devoe eur bugel a zavjont en doujanz hag en karante Doue. Eun devez, epad ma oa an tad er park, ar c'hrouadur-ze a gouezas en eur punz hag a oe beuzet. Pa zizroas Isidor d'ar gêr, e kavas e wreg gouel-dour-dispenn. Ar c'hrouadur a oa c'hoaz er punz : o-daou en em doljont da bedi, hag o fedennou a oe ken c'houek ma c'honezjont an Otrou Doue. An dour a 'n em lakas da zevel ken na zigouezas betek barlen ar punz, da lakat ar c'hrouadur leun a vue etre daouarn e dud. Laouen er vue, Isidor a oe laouen er maro, hag an Ele mat a ginnigas e ene dirak trôn an Holl-C'halloudeg, a reas d'ezan an digemer a ra d'e vrasan mignoned. Ar maro kaer-ze a c'hoarvezas da hanter mae 1170. Ar c'horf a oe sebeliet en bered Sant-Andre; eno e chomas eun daou-ugent vla bennak. Neuze, war eur gemennadurez roët gantan e-unan, e oe savet e gorf eus e ve; fresk-beo oa c'hoaz; douget a oe d'an iliz elec'h m'hen enorer abaoue. En miz du 1619, roue ar Spagn, Philip III, a oa gwall glanv en Kasarubia; digaset a oe korf al labourer santel davetan eus Madrid, hag ar gwel anezan hen pareas en eun tol krenn. Tri bla goude, d'an 22 a viz meurz 1622, Isidor a oe laket war roll ar zent gant ar pab Gregor XV, asamblez gant sant Ignas, sant Fransez Xavier, santez Thereza ha sant Philip Neri. K E N T E L Micher al labourer-douar An den zo krouet evit al labour; ennan eo e kav e blijadur, hag ar bara c'houekan a zebr eo an hini a zo ar muian e c'houezen ennan. Al labourer-douar a zo pep tra o komz d'ezan eus a Zoue, gened an trevajou, kan al lapoused, hiboud an dour, finv ar mor, mouez an avel, lufr ar stered; an treo-ze holl a lavar d'ezan, pep-hinien e yez, anaout ha karet an Holl-C'halloudeg. Al labourer-douar a labour war hanter gant an Otrou Doue : hen a dorr an douar. Doue a ro an had; hen a had, Doue a ro an heol hag ar gliz. Evelse, an eil o welet labour egile, e teuont d'en em anaout ha d'en em garet muioc'h-mui, hag ar goumoulen a vir oute d'en em welet tâl ouz tâl, a danaoa kement ma venn kouezan. Micher al labourer-douar, na kaerat micher, yac'husan hini 'zo vit ar c'horf, yac'husan hini 'zo vit an ene ! Kentan devez ha tregont a viz Mae Santez Anjela Merisi Gwerc'hez, diazezourez an Ursulinezed (1474-1540) Anjela a c'hanas, d'an 21 a viz meurz 1474, en bourkig Desenzano, seiz leo diouz kêr Bresia, en eskopti Veron. He zad hag he mamm a oa kristenien eus 'ar gwellan, ha Doue a vennigas o dimezi, en eur rei d'eze pemp krouadur, tri mab ha diou verc'h. Bemde, diouz an abarde, an tad a lenne Bue ar Zent d'e vugale. Anjela a selaoue gant evez, hag eviti da vezan yaouankik, e kemeras skouer dioute. Kastizan rê he c'horf, kousket a rê alïes war ar zolier, pe zoken, war an douar noaz, hag eus he frejou e tiouere ar pez a c'halle hep nec'han he zud. He c'hoar a gouske er mêmes kambr ganti; an dra-ze, avat, ne oa ket re eus he doare, rak n'halle ket en em rei, kement hag he devoa c'hoant, d'ar beden ha d'ar binijen. A vihanik e westlas he gwerc'hded da Zoue hag e lakas he c'hoar d'ober evelti. Anjela he devoa eur gened dispar hag eur pennad bleo melen eus ar re vraoan. Gant aon na teujent d'he lakat da gouezan er pec'hed, e pellaas diouti an dilhajou kaer, ha bep mintin, e walc'he he bleo gant dour lous, da derri o sked. Dorn Doue, koulskoude, a bouezas start warnezi. Koll a reas abred he zad hag he mamm. Digemeret a oe gant eur eontr d'ezi. A-vec'h m'oa digouezet en e di, ma oe skoet he c'hoar gant eur maro trumm. N'he devoa c'hoaz nemet daou vla warn-ugent, pa varvas ive he eontr, ha setu hi neuze he-unan-penn, hep den d'he c'hentelian. Distrei a reas neuze da vourk Desensano, hag e c'houlennas digor en Trede-Urz sant Fransez. Kreski a reas he finijennou; dindan he dilhad e touge eur gouriz reun; bemde e tostae ouz an dôl zantel, hag he holl amzer a roë d'an oberou a drugare. D'ar mare-ze, oa bras ar yenien en kenver Doue, ha kalz, zoken, a zileze o deveriou a relijion. Spered Anjela a boueze alïes war gement-se : « An droug, emezi, a deu eus dizurz ar familhou, hag ar familh ne vezo biken enni bue vat, ma n'eo ket ar vamm eur gristenez c'houek. Red eo eta kelenn mat ar merc'hed yaouank. » Mes penôs hen ober ? Groulenn a reas digant Doue sklerijen, ha bezan he devoe. Eun devez, epad he c'housk, e welas eur skeul skedus ha warnezi eur maread gwerc'hezed a zave d'ar baradoz. D'ar mêmes amzer, eur vouez a lavare d'ezi : « Anjela, na fallgalonet ket ; arôk mervel e savfet en Bresia eun Urz leanezed e giz d'ar re ho peus gwelet. » Rei a reas kement-se da anaout d'eun nebeut merc'hed-all. Skoazellet gante, e vodas en he zi merc'hedigou ar c'harter da zeski d'eze o c'hatekiz. Gante ec'h ee ive da welet ar re glanv hag ar re baour en o lochennou. He daouarn a veze bepred digor d'ober an aluzen, hag ar c'homzou mat a goueze eus he muzellou a zistroas kalz a bec'herien ouz Doue. An haden gentan eus an Urz neve a oa tôlet en douar : ugent vla a dlee lakat da ziwan. He c'harante evit Jezuz-Krist a reas d'ezi mont da Jeruzalem da welet al lec'hiou test eus e vue hag eus e varo. En hent e teuas da vezan dall, ha n'hallas ket gwelet an Douar-Santel gant daoulagad he c'horf. Renet gant ar re a oa ganti, ec'h eas d'al lec'hiou a oa bet santelaet ar muian gant Hon Zalver. Dalc'h-mat e taouline da bokat d'an douar, en eur skuilh eur mor a zaerou. En eur zistrei d'an Itali, Doue a roas d'ezi a-neve ar gweled. Mont a reas da Rom d'ober he Jubile, hag ar pab Klemant VII, o vezan klevet hano anezi, a c'hoantaas he gwelet. Klask a reas he lakat da superiorez en eur gouent merc'hed en Rom. Anjela a anzavas outan he devoa bet digant Doue ar garg da zevel eun Urz merc'hed en Bresia, hag e oe lezet da vont kuit. Ar zantez neuze a 'n em glevas gant ar merc'hed a roë d'ezi an dorn en he oberou a drugare, da vevan holl dindan ar memes toën hag ar memes reolen. Evit patronez e kemerjont santez Ursula hag an hano a Ursulinezed a oe dalc'het warneze goude. An Urz neve ne oe ket pell evit bezan anavezet dre vertuziou al leanezed hag o aked da gelenn ar vugale. Anjela, avat, ne welas ket anezan o kreski. Doue he galvas davetan da viz genver 1540, d'an oad a c'houec'h vla ha tri-ugent. Goude he maro, an Ursulinezed a greskas buhan, n'e ket hepken dre an Itali, mes ive dre ar broiou-all. K E N T E L Ar skoliou kristen Tadou ha mammou, c'houi hag a gar ho pugale, daoust ha mat e kavfec'h gwelet aneze o vont en eun ti ha n'ho pefe ket a urz da lakat ho treid ennan hoc'h-unan, ha ne vefe ket a urz zoken, da gomz ac'hanoc'h d'eze ? Nan, n'eo ket 'ta, aon ho pefe na deufent d'ho tianaout. Hon Zalver Jezuz-Krist, en Bro-Frans, n'en deus ket a urz da lakat e dreid, ha n'eus ket a urz da lavaret hano anezan en skoliou ar gouarnamant, en parouz ebet. Daoust ha bugale gristen a zo dereat d'eze o darempredi ? Nan, hep mar ebet. Mar doc'h kristen eta, tadou ha mammou, savet skoliou kristen dre ar vro ha kaset enne ho pugale; laket aneze etre daouarn mistri ha mestrezed diouz ho torn, e c'hallfet kaout enne pep fizianz; selaouet mouez an eskibien a zo karget da ren an Iliz ha sentet oute, en han' Doue : An eskibien eo ar stur, Ma sentet oute, ez oc'h sur. Miz Mezeven AR GALON-ZAKR Da zivizas Doue e roje peurz en e c'hloar d'e grouadurig an den, e timzas, dre ar mêmes tro, e renke bezan krouet eur Galon hag a, deuje a benn da lakat Doue par d'an den hag an den par da Doue. Kalon hon Zalver, Doue ha den, a oe ar Galon-ze. Eus he c'hreiz e strinhas ar Gwad a ivalc'has an holl bec'hejou ; eus he c'hreiz e oe tennet an eil Eva, an Iliz, Mamm ha magerez ar bohlou dasprenet, ma c'hallje an holl dud, betek fin ar bed, adgenel diouti, dre Jezuz-Krist, ha kaout peurz evelse en galvedigez ar c'hloar. Dre garante Kalon-Zakr hon Otrou, oe eta kaset da benn mennoz ar C'hrouer a c'halv an den da, danva e emtrusted. Mes ar bed, en e gozni hag en e baourente, a deu adarre da drei hein d'ar c'halvedigez-ze, kement ha ken bihan ma ne wel hen shlerijen an Iliz o tishouez d'ezan an hent, pe, mar he gwel, e klash raktal he mougan. Abaoue 400 vla. ar gaou hag ar gasoni eo gwalet gante skianchou an den : Luther hag ar brotestanted, Jansenius hag e gensorted. Volter hag ar filozofed o deus distaget ha gwentet an dud pell diouz Doue, breinet en o c'hreiz gwrizien ar garante ha ne vev nemet dre Jezuz-Krist hag e Iliz. An denvalijen a spered a zo bras etouez an dud, ha gwasoc'h c'hoaz ar galeded a galon, stad grevus ar re a ra gwall-impli eus ar grasou kinniget d'eze. Da walc'hi, da domman, da denerât kalonou tud seurt ma zo hirie, zo ezom a Zoue, kouls hag a oa breman zo.1900 vla, mes ezom a zo, ouspen, eus e Galon. Setu perak eo en hon amzer en em gav disklêriet frêz, evit ar wech kentan, dirak hon daoulagad, devosion ar Galon-Zakr. Adalek an XIIIt kantved, e par, kouls lavaret, ar goulou-de anezi. Jezuz-Krist a dibabas diou zantez, Jertrud ha Mechtild, da gas etouez an dud ar c'hentan kelo eus e Galon-Zahr. Er XVIit kantved. e tôl eur sklerijen henvel ouz hini on heol beure; hirie, goude 200 vla, eman o tostât d'he c'hreiste. (1) Evel m'eo bet dibabet Mac'harit-Mari da vezan he c'hannad e-touez an dud, ar Frans a zo bet dibabet da vezan hec'h abostol etouez ar broiou. Daoust da gounnar an drouk-spered, prezeget he deus, dre gomz, dre skrid, dre shouer, devosion vras an amzeriou neve. Savet he deus d'ar Galon-Zakr eun iliz gaer war lein Montmartr, 'us da Bariz, ar gêr ma labour enni an drouk-spered, gant ar muian a gasoni hag a c'hevier, da harz an den da dizout e c'halvedigez. Eno e fell da Zoue trec'hi war e enebourien an amzer vreman, war ar re a labour da vougan, da zôtri, da vreinan, da zismantr, en kant giz, kalon an den ; eno e fell d'ezi e teufe an dud d'adori e Galon, d'he digoll, d'he fedi, d'he anaout evel holl Esperans o bue da zont. (1) Lenn. war-ze, lizerou ar Pabed Pi IX, Léon XIII, ha Pi X. Kentan devez a Vezeven SANT RONAN Eskob (VIet kantved) An ôtrou Ronan binniget a oa ganet en Iverzon ; unan oa eus an tric’hant hanter-kant eskob konsakret gant sant Patrik. Ar c’hoant en devoa da vevan pell diouz an dud ha tost da Zoue a reas d’ezan treuzi ar mor evit dont da Vreiz-Izel. Douaran a reas en Aber-Ildud ; ac’hane ec’h eas hed-a-hed an draouien betek al lec’h m’eman breman ar gêr a zoug e hano, Lokronan (1). Eno e chomas eur pennad, mes pa welas ec’h ee brud e zantelez dre ar vro, e kemeras an tec’h hag ec’h eas d’en em guzan en koat Neved, en Bro-Gerne. Sevel a reas e beniti en penn an nec’h ar c’hoat-se, ha diwar dreuz e zor e wele Kemper, Mene-Hom hag ar mor glas. E amezeien a rê o gonidegez diouz o loened ; Ronan a zeskas d’eze en em zizober diouz ar bleidi a rê kalz a c’haou oute. En doare-ze e teujont da lakat o fizianz ennan. Paganed a oant ; Ronan a lakas sklerijen ar fe da zevel warneze. Eun den a oa hag a deue alïesoc’h eget ar re-all war e dro, da glevet gantan komzou Doue. Mes Keban, e vreg, a gave d’ezi e kolle e amzer, ha ne oa ket evit gouzanv an darempred-ze. Ne oa ket awalc’h d’ezi gourdrouz he gwaz; mont a reas eun devez da gaout ar zant d’ober trouz, d’ezan. Kas ’ reas, zoken, dre ar vro, ar vrud en devoa Ronan ar c’halloud da drei en blei, bep loar neve, hag e tebre ken buhan, er c’hiz-ze, an dud hag al loened : « Red eo e lazan, emezi, pe lakat holl chas ar c’harter war e lerc’h. » Goude bezan savet ar gont-se, e kuzas he merc’h vihan en eun arc’h hag ec’h eas da Gemper da gaout ar roue Gralon, da damall Ronan da vezan debret he c’hrouadur. Ar roue, ouz he c’hlevet, a gredas e oa gwir ar pez a lavare, hag a roas urz da lakat digas an den santel d’e lez. Pa zigouezas, e reas e stagan ouz eur wezen ha loskel warnezan daou bez ki, naon du d’eze. Ronan a reas eur groaz war e galon hag a lavaras a vouez uhel : « Sentet ouz Doue ! » Raktal an daou aneval a dec’has en eur harzal. Gralon sebezet a lavaras d’ar zant : « Servijer galloudek an Otrou Doue, arabad d’ac’h kaout kas ouzomp, ni ho ped; grêt hon deus d’ac’h ’n em skuizan o tont betek aman ; stlapet hon deus ac’hanoc’h d’ar chas da zrailhan ; dallet oamp gant geier ar pez fall-ze. Ha breman, na petra vad a refomp d’ac’h, p’eman Doue a-du ganac’h ? » Ar zant a respontas : Netra vad me ne c’houlennan, Nemet true d’ar wreg Keban : He bugelig n’eo ket maro, Ganti en arc’h oe klozet beo. Pac’h ejod da welet, e oe anavezet ne oa nemet re wir ar pez a lavare. Neuze : An Otrou Gralon hag e dud, Souezet bras gant ar burzud, ’N em strinkas dirak sant Ronan Da c’houlenn pardon digantan. Evit tec’hel adarre arôk ar vrud, ar zant a ’n em dennas en Hillion, en koste Sant-Brieg, elec’h ma varvas. E gorf laket en eur c’har, daou ejen goue stag warnan, a oe digaset da zebelian da beniti koat Neved, a vezo hanvet hiviziken Lokronan. Keban, pa welas ar c’har o tont, a grogas ar gounnar enni ; gant he golvaz e torras korn unan eus an ejenned hag e lôskas pep seurt malloziou war he enebour maro : N’oa ket he genou peur-zerret, Pa oe gant an douar lonket, E-touez moged ha flammou tân, El lec’h a c’halver Be Kehan. Korf sant Ronan a oe sebeliet gant lid bras er peniti santelaet gant e bedennou hag e binijennou ; divezatoc’h, war-dro ar bla 1500, e oe savet eno eun iliz vras, unan eus ar re gaeran a weler en eskopti Kerne. Bep c’houec’h vla, e rer, en Lokronan, ar prosesion hanvet an Tromeni, endro da goat Neved; ter leo hent a zo d’ober; dre bemp parouz e tremener; eun hanter-devez bale evit ar pempzek hag ugent mil den a ve ouz e heul. Er bla 1905 eo bet grêt kentan Tromeni an XXet kantved. (1) Leveret Lokornan. K E N T E L Ar pennou fall Tud a zo, sperejou diês, ha ne ouzont ket kemer au tu, na d’en em glevet gant ar re a zo endro d’eze, na d’en em glevet gante o-unan ; bepred emaint klemm klemm, bepred o flipata Per ha Pol ; reuzeudik int evel ar vein ; chachan reont ar c’har war o c’hein; lakat a reont ar re-all da vezan er gwask abalamour d’eze. Truezus eo o doare; red eo o gouzanv ha pedi evite; rak bugale Doue int ive, daoust da bep tra. Pa gomzas Doue evit ar wech kentan d’e zervijer bras Moyzez, e komzas d’ezan dre douez eur voden spern entanet, ha pa roas d’ezan tôlennou al Lezen, e roas aneze d’ezan diwar mene ar Sinaï goloët a goumoul hag a dan. Ha Moyzez a dostae gant doujanz ouz al lec’hiou-ze, ne dleent koulskoude, diouz o gwelet, nemet ober aon ha strafuilh d’ezan. Perak gant doujanz ? Ar Skritur-Zakr hel lavar d’imp : « An Otrou a oa war lein ar Sinaï ; an Otrou a oa en kreiz ar voden entanet! Dominus in eis, Dominus in Sina. Domimis in medio rubi. » Evelse e tleomp ober d’hon nesan, d’ar re o defe sperejou diês ; ne dleomp ket chom heb o c’haret, rak skeudennou Doue int; Doue a zo enno : Dominus in eis. Eilvet devez a Vezeven Sant Pothin, Santez Blandina hag ho c'hompagnunez Merzerien (177) Eul lizer kaer, skrivet gant kristenien Vienn ha Lyon, en Bro-C'hall, d'o breudeur eus an Asi hag eus ar Phriji, a ro d'imp da anaout e oa diazezet mat an Iliz en Lyon, kerkent hag ar bla 177 goude donedigez Hon Zalver. Eur brezel skrijus a zirollas neuze warnezi; gwad ar verzerien a ruilhas; ar prizoniou a oe karget a gristenien, en o zouez, an eskob sant Pothin. Dek vla ha pevar-ugent en devoa; red e oe e zougen betek al lez-varn. Pennou-bras kêr hag ar bobl a valee war e lerc'h hag a huche warnezan. - Pehini eo Doue ar gristenien ? a c'houlennas outan kannad an impalaer. - Hen anaout a refet, eme an eskob santel, mar karet klask an tu d'hen ober ! Stlejet a oe eus al lez-varn a dôliou dorn hag a dôliou treid; ar re a oa re bell a gemere mein da skei gantan; erfin e oe stlapet er prizon; eun tammik bue a chôme c'hoaz ennan, mes daou zevez goude e tremenas. En em drei a rejont neuze ouz ar gristenien-all, a oe rannet en meur a strollad ha lazet en doareou dishenvel. Pevar aneze a zo deut o hanoiou betek ennomp : Maturus, Sanctus, Blandina hag Attal. Kondaonet a oent da vezan debret gant al loened goue. Pa oent kaset d'an amphiteatr, Maturus ha Sanctus a oe distaget al loened warneze da gentan; dispennet a oe o c'horfou d'eze; goude-ze e oe grêt d'eze azezan war gadoriou ru-tân-glaou, hag erfin e oe troc'het d'eze o goug. En keit-se, Blandina a oa staget en kreiz leuren an amphiteatr, ouz eur peul; ar gristenien a gave d'eze gwelet, nan o c'hoar, mes Jezuz-Krist stag ouz ar groaz. Loen ebet ne grogas enni; distaget a oe diouz ar peul ha kaset d'ar prizon. « Attal ! Attal ! » a youc'has neuze ar bobl. Ar merzer a oe grêt d'ezan ober tro an amphiteatr, gant ar skritel-man : « Attal ar c'hristen. » Ar gouarner o vezan deut da c'hoût e oa eur sitoyan roman, ne gredas ket e stlepel d'al loened hag a reas e zibennan en e brizon. Ar verc'h yaouank Blandina a chôme c'hoaz. Laket a oe en eur roued ha stlapet être treid eur c'hole goue; heman, gant e gerniel, a dôlas anezi en êr, meur a wech, hep ma reas van, ken beuzet oa he spered en Doue. Erfin e oe mouget. Relegou ar verzerien a oe devet hag al ludu aneze stlapet en stêr ar Rhon. K E N T E L Souezus eo pegement en em gar an dud-ze ! Dre ar garante en deus eun den evit e nesan eo ec'h anavezer pe-eo eur c'hristen mat, pe n'eo ket. - Dre ze, n'eo ket an dud a glev an oferen bep sul hag o deus kasoni ouz unan pe unan eus o nesan eo ar gristenien vat. - N'eo ket an dud a dremen an hanter eus o devez en iliz, hag an hanter-all o trouk-prezek eus o nesan eo ar gristenien vat. - N'eo ket an dud a ra yuniou striz hag a ra gaou ouz an nesan en e vadou eo ar gristenien vat. - N'eo ket an dud a ra aluzennou bras d'ar paour, a zo êle evit an diavezidi, ha diaoulou evit ar re a zo o vevan gante, eo ar gristenien vat. - N'eo ket an dud o deus galloud d'ober burzudou estlammus, ha ne garont ket o nesan, eo ar gristenien vat. - Oberou mat a reont koulskoude, pedennou mat, pinijennou mat, ha dre ze e kerzont a gammejou bras trezek ar baradoz, mes gwasan zo, dre ne heuilhont ket hent ar garante, ne gerzont ket gant ar gwir hent hag abalamour da ze ec'h eont ebiou d'ar pal o devoa da dizout. Magni passus, sed extra viam. Ken bras ha ken bras eo, eme Jezuz-Krist, ar gourc'hemen a lavar d'imp karet Doue hag an hini a lavar d'imp karet bon nesan; hag an eil n'hall ket mont heb egile. Ar baganed, ar pez a rè d'eze anaout ar gristenien gentan eus an Iliz oa ar garante vras a welent etreze hag a rê d'eze lavaret gant estlam : « Souezus eo pegement en em gar an dud-ze ! » Trede devez a Vezeven SANTEZ KLOTILD Rouanez Frans (***-553) Klotild, merc'h da Jilperik, roue ar Bourgogn, a oe lazet he zud gant he eontr Gondebaud, ha dimezet yaouank da Glovis, roue ar Franked (493). Heman a oa pagan. Ar bugel kentan o devoe, Ingomer, war goulenn Klotild, a oe badezet; ne vevas nemet eiz de : « Kounnar ma Doue, eme Glovis, eo en deus e skoet; ma ne vije ket bet laket merk ar gristenien warnezan, e vije bet c'hoaz en bue. » Klotild a vinnigas an Otrou Doue da vezan kemeret evitan he c'hrouadur kentan. Pa c'hanas he eil bugel, e falvezas e vije badezet evel e vreur, hag e hanvas anezan Klodomir. Mes evel ar c'hentan, e kouezas klanv. Klovis a oa fuloret, mes Klotild, dre he fedennou birvidik, a lakas ar vue da zizrei en he mabig bihan. Koulskoude, he fried ne droe ket kein d'e fals-kredennou evit heuilh relijion Jezuz-Krist. Eun devez, koulskoude, ma oa o stourm ouz an Alamaned, o welet e oa koll e zoudarded, e pedas e zoueou, mes kaer en devoe o gervel, e choment bouzar; neuze e teuas komzou e bried en e spered hag e reas ar beden-man « Doue Klotild, ro d'in ar viktor hag en em roïn d'it !" Kerkent e teuas d'e zoudarded eun nerz neve; sailhat rejont war o enebourien, hag en berr amzer e trec'hjont warneze. Klotild a deuas laouen da Reims da benn hent d'he gwaz, hag o vezan klevet gantan penôs en devoa bet an trec'h war e enebourien, e c'halvas an eskob sant Rerni. Heman a gentelias ar roue, a vadezas hag a zakras anezan en iliz an Itron-Varia, en Reims, gant goueliou Nedeleg 496. Ouspen tri mil den, hep kontan ar merc'hed hag ar vugale, a oe badezet d'e heul. Rouantelez Frans a oa deut da vezan eur rouantelez kristen. Goude maro he fried, Klotild a yeas da chom da Dour, hag eno, en harz be sant Martin, e tremenas ar rest eus he bue, o pedi hag oc'h ober vad endro d'ezi muian m'halle. Da varo he mab Klodomir, e kemeras e vugale da zevel. Erfln, goude bezan bevet eno nao bla ha tregont, e varvas en peuc'h. He c'horf a oe douget gant lid bras da Bariz, hag a oe sebeliet gant he bugale, ar rouaned Childeber ha Kloter, en kichen Klovis, he fried. Da zispac'h 1793, eskern ar rouane santel a oe devet; dastumet a oe al ludu dioute hag hen miret a rêr eo iliz Sant-Loup ha Sant-Jili. K E N T E L Gras ar vadeziant — Ar vugale a varv hep badeziant, daoust ha mont a refont d'ar baradoz ? — Nan. — N'o deus grêt droug ebet, koulskoude ? — N'eo ket abalamour d'ar pez o deus grêt eo e vezo prennet doriou ar baradoz oute, mes abalamour d'ar pez n'o deus ket, hag a oa dleet e dije bet. — Petra oa dleet o dije bet ? — Bue ar c'hras. — Petra eo bue ar c'hras ? — Bue Doue e-unan, a ro gwir d'ar re o deus anezi da welet o zad eus an nenv, en e lez. tâl ouz tâl, evel m'eman. — Hag ar vue-ze a, zo bet hollet ? — Ya; dre o dizentidigez. Adam hag Eva o deus kollet ar vue-ze évite hag evit o bugale. — Ha n'haller net he c'haout a-neve ? — Eo, a drugare Doue, dre ar vadeziant. — Petra eo eta bugale hep badeziant ? — Krouadurien Doue, p'oa dleet e vijent bet e vugale. — Petra zigoue gant ar vugale a varv a vihanik ? — Ar pez a zigoue ganimp,' pa skoomp war dor eur c'hastel. Diouz ma vezomp gwisket ha stummet, e ve grêt d'imp gwelet an ôtrou, pe gwelet e dreo hepken; o welet lirzou ar c'hastel, hon deve plijadur; muioc'h hon dije, koulskoude, o welet hag o klevet an ôtrou e-unan. Ar vugale badezet a zo doareet ha gwisket kaer awalc'h evit gwelet an Otrou Doue; nijal a refont a denn-askel eus o c'havel da lein an nenv; ar re-all, avat. ha ne zougont ket saë wenn perlezennet o badeziant, ne welfont ket an Otrou Doue en e sked; mes gwelet a refont anezan en e skeud; hag ar pez a welfont hag ar pez a glevfont, en liorzou lirzin ar baradoz. A rei d'o daoulagad Ha d'o c'halon mil vad. Ar zent hag an êle a douio, marteze, war o zro; laouen e vefont; seder a vefont; eürus e vefont; er baradoz e vefont, hag er baradoz ne vefont ket, ha setu perak e lavarer a-wechou e vefont daonet. Gwelloc'h eo d'eze, koulskoude, bezan bet krouet eget ne vijent ket bet. Tadou ha mammou, pedet eta evit m'o devo ho pugale gras ar vadeziant ! Pevare devez a Vezeven Sant Fransez Karaksiolo (1563-1608) Askanio Karaksiolo dre e hano kentan, a oa ginidik eus a gêr Sancta-Maria, eus eul ligne uhel a rouantelez Napl. Abred e tiskouezas kaout eur garante vras evit ar Werc'hez, hag e tileze ar c'hoariou evit mont a-goste da lavaret e rozera. E zorn a veze bepred digor da rei aluzen d'ar paour, hag alïes e kave an dro da viret eun dra bennak eus e brejou da rei d'eze. E vamm, zoken, a renkas teuler evez warnan, rak kentoc'h eget lezel ar beorien hep tamm, e vije chomet e-unan. E c'hoant brasan oa derc'hel distlabe saë wenn e vadeziant, hag evit trec'hi war e blegiou fall e klaske bepred an tu da skwizan e gorf. N'oa ket awalc'h d'ezan diwall mat e ene, klask a rê ive, en pep doare, lakat an nesan d'ober eveltan. D'an oad a zaou vla warn-ugent, e gorf a oe goloët a lorgnez, hag en eun tol, ar c'hlenved euzus-ze a lakas anezan da goll nerz ha gened e yaouankiz. Elec'h en em jalan, e trugarekaas Doue da vezan diskouezet d'ezan pegen buhan e tremen madou ha koantiri ar bed, hag e roas e c'her d'en em westlan d'ezan, ma teuje adarre da gaout ar yec'hed. Doue ne c'hede nemet an dra-ze eus e beurz, ha kerkent ar zant a bareas. Derc'hel a reas d'e c'her, ha prest goude ec'h eas da Napl da studian ar skianchou sakr. Daou vla goude e oe beleget. En em deuler a reas da gelenn ar beorien, ha dreist-oll, an dorfetourien kondanet d'ar maro. Eun devez ma oa o pedi, e oe roët d'ezan eul lizer war e hano, eus abeurz e eontr Fabrisio Karaksiolo. E eontr e bede da vont d'e di d'en em glevet gantan ha gant eun all hanvet Adorno, evit sevel eun Urz neve a venec'h. Mont a reas kerkent d'o c'haout. Ouz e welet, Fabrisio hag Adorno a oe souezet. N'eo ket d'ar zant, mes d'eur c'henderv d'ezan hag a zouge ar mmes hano gantan eo e oa al lizer. Gwelet a rejont eno dorn Doue, hag en em dennjont o zri er-mêz eus kêr, evit klevet gwelloç'h mouez Doue er sioulder, ha kemer kuzul an eil digant egile diwar-benn ar reolen a dleent rei d'an Urz neve. Eur wech grêt ar reolen, Adorno hag Askanio a gemer hent Rom da ziskouez d'ar pab o labour ha da c'houlenn digantan e vennoz. Sixt V a oa neve savet c'hoaz war Gador sant Per. Digemer vat a reas d'an daou zen santel lha kaout a reas mat o reolen hag ar pez a c'hoantaent. Distrei a reont da Napl, d'en em stagan d'al labour, ha kaout a reont eun nebeut tud yaouank bodet endro da Fabrisiano. D'an 9 a viz ebrel 1589, e rejont holl o veuiou, hag Adorno a oe laket da zuperior. Diwar an de-ze, Karaksiolo a gemeras an hano a Fransez, abalamour d'an devosion en devoa evit sant Fransez Asiz. Adorno a varvas daou vla goude, ha Fransez a oe laket da zuperior war e lerc'h. War c'hoant ar pab, ec'h eas d'ar Spagn gant eun nebeut menec'h. Ar roue o digemeras mat, hag a roas d'eze eun ti. An dud a lez, pa glevjont petra oa c'hoarvezet, a reas d'ar roue dizrei war e lavar ha gourc'hemenn d'ar venec'h-ze kuitât ar vro a-benn dek devez. Dilezet gant an dud, Fransez a droas ouz an Otrou Doue. Selaouet a oe, hag ar roue, elec'h e deuler er-mêz eus ar vro, a roas d'ezan urz da chom. Grêt e labour gantan er Spagn, Fransez a zistroas d'an Itali, hag e kendalc'has da vezan evit e venec'h eur skouer a bep seurt vertuziou. E holl amzer, en de, a dremene er beden, hag alïes, zoken, an darn vrasan eus an noz; e gorf a gastize dre ar yun hag ar binijen. Er bla 1607, war e c'houlenn, e oe laket eur superior-all en e blas. Diwar neuze, e vevas en eun toull dindan ar vins. Eno, meur a wech, kannaded ar pab a deuas da ginnig d'ezan ar garg a eskob. « Nan, nan, emezan, en toull-man eo e fell d'in ober ma zilvidigez. » Mervel a reas d'an 4 a vezeven 1608. N'en devoa c'hoaz nemet pevar bla ha daou-ugent. E gorf a oe kaset da Napl, hag ar burzudou a c'hoarvezas war e ve a lakas ar pab Pi VII d'hen merkan war roll ar zent, er bla 1807. K E N T E L Pegen diboell eo an den ! An den a zo krouet evit sovetât e ene. Diboell (1) eo eta ha foll an neb a red war-lerc'h danve hag a deûz, hag a lak enne e fizianz. Diboell eo an neb a glask enoriou hag a 'n em skuiz evit kaout brud. Diboell eo an neb a glask an tu da vevan pell, hep klask an tu da vevan gwell. Diboell eo an neb a zo e holl breder gant an treo a vreman, a voenv en eun hunvre, ha ne ra netra da dizout an eürusted a bado da viken. Laket alïes en ho spered ar gomz fur-rnan : « Lagad an den ne skuiz ket o welet, nag e skouarn o selaou, » ha labouret da zistagan ho kalon diouz an treo a welet, evit he stagan ouz an treo ne welet ket. Rak ar re a heuilh an hent a zigor d'eze o skianchou (2) a zôtr o ene hag a goll gras Doue. (1) Jezuz-Krist skouer ar Gristenien ; Levr I, kentan pennad. (2) Skianchou. facultés, en galleg. Pempvet devez a Vezeven SANT BONIFAS Abostol an Alamagn (680-750) Bonifas, Winfrid dre e hano kentan, a deuas er bed en Kirton, en Bro-Zôz, er bla 680. Da c'houec'h vla ha tregont, e kuitaas manati Exeter, elec'h m'oa bet savet ha beleget, hag ec'h eas etrezek ar Jermani da skuilh sklerijen ar fe en bro goz e dadou. Douaran a reas er Friz; mes abalamour d'ar brezel a oa digor neuze être Radbod, duk ar Friz, ha Charlez-Martel, roue Frans, n'hallas ober netra hag e tizroas d'ar gêr. Daou vla goude (718), ec'h eas da Rom. Eno e welas ar pab Gregor II, a roas d'ezan pep galloud evit prezek an Aviel da baganed ar Jermani. Pignal a reas eta adarre betek ar Friz, hag epad tri bla e labouras eno, a-unan gant sant Willibrod, da gas dre ar vro anaoudegez ha karante Jezuz-Krist. Er bla 722, o welet e c'hoantaed e henvel da eskob, e tec'has hag ec'h eas da welet an Thurinj hag ar Hes. E gomzou a zougas frouez, ha milierou paganed a oe badezet. Er blavez war-lerc'h, ec'h eas da Rom da rei kelo d'ar pab eus ar pez en devoa grêt. Gregor II, laouen o klevet gantan pegement a eneou en devoa gonezed da Jezuz-Krist, hen sakras eskob, goude bezan roët d'ezan an hano kaer a Vonifas. An eskob neve, goude bezan grêt le da zenti bepred ouz ar pab ha da brezek ar gwir fe epad e vue, a zizroas d'ar Jermani. Eno, n'eo ket nec'hamanchou a vankas d'ezan. Daniel Winchester, e eskob koz, a roas d'ezan kenteliou eus ar re wellan war an doare da gelenn ar baganed; manatiou Bro-Zôz a zigasas d'ezan e ziankachou, dilhad-oferennan, kleier ha levriou; menec'h ha leanezed a yeas ive da rei dorn d'ezan, hag e reas kement a vad, ma kreskas, en nebeut blaveziou, niver ar gristenien eus a ouspen kant mil. En Geismar, Bonifas a ziskaras, dirak eleiz a baganed, unan eus ar c'haeran dervennou sakr o devoa er vro; eun tôl avel a deuas hag he diskaras, d'an tôliou bouc'hal kentan oe skoet warnezi; en eur gouezan, e faoutas en pevar damm; gant ar c'hoat-ze e oe savet eun iliz en enor da zant Per. Er bla 738, Bonifas a yeas da Rom, evit an trede gwech; ar pab a reas anezan e vikel, gant galloud d'ezan war ar Jermani a-bez. Er bla 746, e oe laket da arc'heskob en Mayanz. Rei a reas an dilez eus e garg evit mont d'ar Friz adarre da brezek d'ar baganed. Eno, pa oa o wiskan e zilhad-oferennan, e oe lazet, gant daou ha hanter-kant eus e dud. E gorf a oe digaset da zebelian da Fulda, kêr galonen an Alamagn katolik (755). Manac'h, eskob, abostol, vikel ar pab ha merzer, Bonifas a zo unan eus an dud hag a virit ar muian ec'h afe ar vrud aneze eus an eil bro d'eben hag eus an eil kantved d'egile. Kaeran skouer da gemer diwarnan eo e garante evit ar pab; ne ra netra vras ebet en e vue hep goulenn e ali, ha bepred e tigemere e genteliou hag e urziou gant doujanz ha sentidigez. K E N T E L Ar beleg er gador-brezeg Prezek a zo komz d'an dud en hano Doue. Lenn a reomp er Skritur Zantel : " An neb piou bennak en devo galvet an Otrou Doue a vezo salvet ! " Mes penôs e c'halvo an dud anezan, ma ne gredont ket ennan ? Ha penôs e kredfont ennan ma ne glevont ket hano anezan ? Ha penôs e klevfont hano anezan, ma ne brezeger ket d'eze ? Prezek eo eta kentan labour ha strisan dever en deus ar beleg da ober en eur barouz; hag ar barousianiz o deus gwir da glevet gantan, en o yez, kement a zell ouz o zilvidigez. « Anaout a c'haller mat ar relijion, ha daoust da ze, kaout eur spered sôtret hag eur vue diroll. Re alïes, siouaz, e ve tro da wele eo re wir an dra-ze. Mes anzao a reomp ive n'hall ket eun den kaout bolonte eun ha bue vat, mar deo dianaoudek a-grenn eus gwirioneziou ar relijion. » Rak ma c'hall au neb zo digor e zaoulagad tec'hel eur wech pe wech, diwar an herit eùn ha sur, an darvoud-ze, da vihanan, a zigouezo, hep mar ebel. gant an neb a zo dall. » Ha c'hoaz, ma n'ed ket mouget mat awalc'h en e ziabarz sklerijen ar fe, e vezp gallet dont a benn da blegan techou direiz e galon, mes mar deo diouiziek, ha dre-ze, dife ar spered, ouspen m'eo direiz ar galon, neuze n'eus pareans ebet ken, kouls lavaret, da c'hortoz evitan (1). » (1) Pi X. Lizer Acerbo nimis, 15 ebrel 1905. C'houec'hvet devez a Vezeven SANT GLAODA Arc'heskob Bezanson (608-699) Glaoda a c'hanas en Bro-C'hall, en blaveziou kentan ar seizvet kantved. A vihanik oa troet da lenn ha da bedi. Tec'hel a rê dîouz an dud ha diouz al lec'hiou danjerus evit e ene. D'e ugent vla oa chaloni eus iliz Bezanson. Studian reas neuze ar Skritur-Zakr gant kement a aked ma teuas da vezan gouiziek bras warnezi ha ma oe karget, dal ma oe beleget, da gelenn ar gloareged yaouank. Epad ma pinvidikae e spered evit gallout kaout muioc'h a ze da rannan gant e skolêrien, e vire e gorf diouz kement a yije goest d'e zougen d'ar pec'hed. Ken reizet mat oa e skianchou gantan, ma ne dremene netra dreze hag a c'hallje strafuilhan e ene. Yun a rê bemde, nemet da zul ha da ouel, hag e yun a oa ken striz, ma ne zebre tamm ken na veze deut an abarde. Da dregont vla, abalamour ren eur vuez rustoc'h c'hoaz, 'n em dennas en manati Sant-Oyand. Bezan e oe eno skouer an holl. Seiz vla goude, da varo an abad, e oe red d'ezan kemer e garg; en e amzer, e vevas en Sant-Oyand eleiz a venec'h a oe enoret divezatoc'h evel sent. Prezek a rê alïes ha gant nerz d'e venec'h, ha miret a read c'hoaz, en XIIet kantved, eur rolladen sermoniou grêt gantan. Da varo sant Jervez, eskob Bezanson (685), e oe dibabet da vont en e blas. Adalek neuze, elec'h bihannât e binijennou hag e bedennou, o c'hreski eo a rê. Prezek a rê alïes d'e veleien ha d'e bobl ; tennan rê ar siou fall eus kalonou ar bec'herien vrasan ; lakat a rê an techou mat da dôl frouez evit ar baradoz. Goude bezan gouarnet e eskopti epad c'houec'h vla, e roas an dilez eus e garg hag en em dennas adarre en manati Sant-Oyand, elec'h ma varvas etre divrec'h e vreudeur, d'ar 6 a vezeven 699, en e drizekvet blavez ha pevar-ugent. Pemp kant pevar bla ha hanter-kant goude, e oe digoret e ve ha kavet e gorf en e bez. Ar mirakl-ze hag eleiz a re-all a ziskouezas d'an dud ec'h aneveze an Otrou Doue e zantelez. Er bla 1249, e oe laket e relegou en eun arched dero, klêriet gant kleriou arc'hant, mein presius warneze. Manati Sant-Oyand, adalek neuze, a gemeras an hano a vanati Sant-Glaoda, hag an hano-ze a oe roët ive d'ar gêr a zavas gant an amzer tro-war-dro d'ezan. Eleiz a bardonerien, a bell zoken darn aneze, a deue d'en em erbedi ouz sant Glaoda. Er bla 1742, dirak an ôtrou de Meallet de Fargues, kentan eskob Sant-Glaoda, e chalonied ha pennou-bras kêr, an arched dero arc'hantet a oe digoret, hag ar c'horf santel a oa bepred en e bez. Er bla 1785, chalonied an iliz-veur a lakas ober eun arched arc'hant, gant gwer skler endro d'ezan, ma c'heljed gwelet dreze korf ar zant. D'an 19 a vezeven 1794, an tensor-ze a oe laeret gant pôtred an dispac'h; ar c'horf a oe laket a dammou ha dévêt. Pemp bla goude, eun tân-gwall spontus a zevas kêr Sant-Glaoda a-bez; eun ti hepken n'en devoe droug ebet : hini eun den mat, e hano Calais, a oa bet roët chapeled sant Glaoda d'e wreg gant an dispac'herien, pa oant o vont da zevi ar relegou binniget. K E N T E L Pell diouz an trouz An heol eo roue ar mor dôn; eno eo e weler anezan en e gaer netra ne vir ouz e vannou da gouezan war ar c'hoummou, na kêr na mene, na gwezen; n'eus nemet mor ha mor bepred. Doue a zo evit an ene en em dennet er sioulder, ar pez m'eo an heol evit sioulder ar mor don; Doue eo e roue; komz a ra d'ezan; n'eus nemet ober dioutan. Evit bezan tostoc'h da Zoue, ar zent brasan o deus karet bevan pell diouz an dud; greomp evelte; Doue a zo er sioulder, eno eo mont d'e glask; eno eo hen c'havfomp. An neb a gar bezan didrous, a oar en em ziskouez. An neb a gar rei peuc'h, a oar homz. An neb a gar deski, a oar kelenn. An neb a oar senti, a oar gourc'hemenn. Seizvet devez a Vezeven Hostiou santel Faverney(1) Ar brotestanted a glaske diskar ar greden 'barz prezanz Jezuz-Krist en sakramnant an ôter. Evit enebi oute, menec'h sant Beneat Faverney o devoa digaset ar c'hiz d'ober bep bla, gant goueliou ar Pantekost, daou-ugent heur adorasion en o abati, hag an induljansou kaer en devoa roët Klemant VIII d'ar re a veze enne, a rê d'ar bardonerien diredek niverus. D'ar 24 a viz mae 1608, derc'hent gouel ar Pantekost, ar Zakramant, meulet ra vezo, a oe expozet, evel bep bla, en iliz an abati. Ar venec'h o devoa laket, d'ober ar repozouer, an treo kaeran o devoa kavet en tïe ar bourk; harpet oa gante ouz ar c'hrilh a zispartie ar c'heur diouz bali greiz an iliz; laket o devoa warnezan eun ostansouer bihan, gant diou hosti konsakret ebarz, evit ma vije gwelet skeuden Jezuz-Krist diouz an daou du d'an ostansouer. An noz etre ar zadorn hag ar zul hag ar zul pen-da-ben a dremenas brao bras; an iliz a oa leun gant an dud o pardonan. Da zek heur noz, e oa c'hoaz adoratourien; da unnek heur, o vezan ne oa den ebet ken, ar zakrist, an tad Garnier, brevet gant ar skuizder, a yeas d'ober eur gourvez, goude bezan alumet goulou ha daou gleuzeur leun a eol dirak ar Zakramant meulet ra vezo. Eur strink tan, da gredi eo, a gouezas neuze war ar mezer tano a c'holoë an ôter hag a lakas an tân-gwall er repozouer. Da ziv heur hanter, pa deuas an tad Gariner d'an iliz, e oe strafuilhet holl o welet ar moged a oa enni. Gervel a reas d'ar red e genvreudeur hag an amezeien dostan. P'en em gavjont, o brasan mall a oe klask an ostansouer hag an hostiou santel a oa ennan. Gant ar moged hag an tan n'o gweljont ket dustu; eur pôtrig trizek vl eo o gwelas da gentan. An tad Garnier a oa o vont da gregi enne, pa lavaras unan eus e genvreudeur d'ezan : « Ne welet ket eta ez eus aze eur mirakl ? » Hag en gwirione, an ostansouer a chome en êr hep bezan stok na stag ouz netra, el lec'h m'oa bet expozet en de 'rôk. Raktal an holl a gouezas d'an daoulin en eur youc'hal : « Mirakl ! Mirakl ! » Ar vrud eus ar burzud-ze a redas evel eul luc'heden; diredek a rejod a bep tu da welet an neventi. Da der heur goude kreiste e oa en em gavet en Faverney c'houec'h-ugent den eus Vesoul, grêt peder leo hanter gante. Seul-vui e seller ouz an ostansouer, ha seul-vui eo anat ar mirakl; evit hen diskouez d'an dud, eur manac'h eus a Urz sant Fransez a lak da dremen, gwech eul lienen, gwech eur vaz, gwech eul levr-oferen etre an ostansouer hag ar c'hrilh a oa a dostan d'ezan : re skler eo, n'eus nemet dorn Doue ouz e zerc'hel en e zav. D'ar meurz 27 a viz mae, dek mil den o deus gallet tremen dre an iliz ha gwelet ar burzud. Evit digemer an ostansouer, pa vije plijet gant Doue achui ar mirakl, ar venec'h o devoa savet eun dôl gant eul levr oferen, eur c'horporal warnezan. War-dro dek heur, pa oa person Menoux o lavaret an oferen ouz an ôter vras, unan eus ar golo a oa o têvi en kichen an ostansouer a varvas ter gwech dustu, goude bezan alumet gant eul labourer eus Faverney. Goude gorreou kentan an oferen, e oe gwelet an ostansouer o tiskenn goustadik hag o 'n em lakat, ken kempennik ha tra, 'war al lienen dispaket evitan, troet warzu ar bobl. An dud o welet ar burzud neve-ze, a ouelas gant ar joa hag a youc'has : Trugare ! Trugare ! Mirakl ! Mirakl ! Ter heur ha tregont oa bet an ostansouer dibrad diouz an douar, hep netra holl dindannan. Arc'heskob Bezanson a lakas ober eun enklask, ha goude bezan anavezet dre destou enorus e oa re wir ar pez a oa et ar vrud anezan betek ennan, ec'h embannas eul lizer a oe lennet, da zul divezan miz gouere 1608, en 1.200 parouz eskopti Bezanson, da lavaret e c'halled, heb aon ebet da fazian, kredi mirakl Faverney; da heul al lizer-ze, e oa eur gemennadurez da zilfnn lezel ar Zakramant, meulet ra vezo, expozet war an ôter, pa ne vije den ebet en iliz da chom gantan. Rom he deus roët ôtre d'ober bep bla gouel hostiou santel Faverney en holl ilizou eskopti Bezanson. (1) Ar gouel-man a ve grêt bep bla da Luu ar Pantekost. — Faverney zo eur barouz eus eskopti Bezanson. K E N T E L War an ôter eman Doue War an ôter, evel ma lavar d'imp ar Skritur-Zakr, eman Doue. D'ar Yaou Gamblid, a greiz koan, Jezuz a walc'has treid e ziskibien hag a 'n em lakas adarre ouz tol, hag evel ma tebrent c'hoaz, e kemeras bara, e vinnigas anezan, ha goude trugarekât, hen rannas hag hen roas d'e ziskibien, en eur lavaret : « Kemeret ha debret; an dra-man eo ma c'horf roët evidoc'h; gret kement-man, en memor ac'hanon. » Hag o vezan kemeret ar c'halur, e trugarekaas hag e roas anezan d'e ziskibien, en eur lavaret : «Evet anezan holl, ma gwad eo, gwad an emgleo neve, a zo skuilhet evit eleiz, da lemel o fec'hejou digante; ken alïes gwech mac'h evfet anezan. gret-han en memor ac'hanon. » War an ôter, evel ma lavar d'imp an Iliz, evel ma kredas ar zent, hag ar zentezed a zo er baradoz, evel ma kred ar gristenien diniver a vev dre ar bed, war an ôter eman Doue, ken gwir ha ma oa war blouz kraou Bethleem e wele kentan, ken gwir ha ma oa war goad kroaz Mene-Kalvar e wele divezan. Kredi a ran kement-se, Credo Domine; spered an den a zo ken berr, galloud Doue a zo ken bras; kredi a ran, mes kresket c'hoaz ma fe, o ma Doue ! Sed, adjuva incredulitatem meam. Eizvet devez a Vezeven Gouel ar Spered-Santel De ar Yaou-Bask, daou-ugent devez goude m'oa savet eus a varo da veo, Hon Zalver Jezuz-Krist a bignas en nenv; dek devez goude, ar Spered-Santel a ziskennas war an Ebestel, dindan furm teodou tân. An tan a sklêra, an tân a c'hlanna, an tan a domma ! Ar Spered-Santel a sklera hon sperejou, a c'hlanna hon eneou, a domma hon c'halonou. Ar Spered-Santel eo Doue ar sklerijen, Doue ar c'hlanded, Doue an nerz. I. — Ar Spered-Santel eo Doue ar sklerijen, a oar, en eun netra, lakat ar gwirioneziou kaletan 'barz ar sperejou ar muian boc'h. Tri bla oa e oa an Ebestel o heuilh Hon Zalver, hia pa gomze d'eze diwar-benn ar vad a ra d'an den ar boan, hag ar red m'eo d'ezan pardon, e enebourien, ne gomprenent netra en e lavariou. Adalek m'eo diskennet ar Spered-Santel warneze, e welont e tiskouez an den e fumez o karet hag o tougen e groaz, hag e nerz-kalon o karet hag o pardoni e enebourien. An Ebestel a oa tud dizesk ha dife. Meur a wech, Hon Zalver Jezuz-Krist en devoa bet bec'h o c'houzanv aneze. Ar Spered-Santel o c'hemeras da brezek ar fe ha da gelenn ar boblou, evit mac'h anavezje an holl e c'hell pep den bezan e ziskib, daoust pegen dife, pegen dizesk ha pegen dister eo. Ar Spered-Santel a verkas e gelennadurez, en eun tôl, en sperejou an Ebestel, hag a verkas anezi ken don ma rojont o bue evit testenian e oa gwir. II. — Ar Spered-Santel, Doue ar sklerijen, a zo ive Doue ar c'hlanded. Dre vadeziant an dour, an Ebestel a oa bet glannaet o eneou d'eze gant Hon Zalver Jezuz-Krist. Koulskoude, zoken goude ar vadeziant-se, ec'halled kaout abeg enne alïes awalc'h ; trouz a zave etreze evit an disteran tra. Dre vadeziant an tan, ar Spered-Santel a reas aneze tud neve ; n'int mui evel an aour o tont eus an douar, a zo c'hoaz distum ha sôtret; henvel int ouz an aour o tont eus an teûz ; distag int diduz ar bed, diouz e zanve ha diouz e lorc'haj ; distag int dioute o-unan ; distag int diouz kement a welont gant daoulagad o c'horf, evit bezan stakoc'h a ze ouz ar pez ne welont nemet gant daoulagad o fe. III. — Doue ar sklerijen hag ar c'hlanded, ar Spered-Santel eo ive Doue an nerz. Arôk m'oa diskennet ar Spered-Santel warneze, an Ebestel a grene rak o skeud; dal m'eo kouezet e dan war o c'halonou, en em lakont da gomz; prezek a reont Jezuz-Krist, war ar plasennou, en kreiz al lez-varniou hag er prizoniou. Klask a rêr ober d'eze tevel : « Nan ! emeze, prezek a renkomp. » Ha prezek a reont, hag astenn a reont war an douar rouantelez Jezuz-Krist, en eun doare ken souezus m'eo red lavaret : « Dorn Doue a zo aze. » Penôs int deut da vezan ken helavar ? Dre nerz ar Spered-Santel. Rak petra o devoa ? Pelec'h e oa o deskadurez ? Pelec'h e oa o zenzoriou ? Pelec'h e oa o armou ? Pelec'h e oa o nerz ? Ar gwirioneziou a roënt da gredi, darn aneze a oa tenval. Ar gourc'hemennou a roënt da heuilh, darn aneze a oe tenn. Ha koulskoude, ar gwirioneziou a zo kredet hag ar gourc'hemennou a zo heuilhet, eus an ei] rumm tud d'egile, hag eus an eil bro d'eben. Penôs int deut a benn eus al labour burzudus-ze ? Trec'h int bet d'ar bed holl; skuilhet o deus o gwad kentoc'h eget nac'h Jezuz-Krist. Penôs int deut a benn da vezan ken krenv ? Dre nerz ar Spered-Santel. IV. — Hirie, evel gwechall, Spered Doue a zo eur Spered a sklerijen, a c'hlanded hag a nerz. Tennan a raïo talvoudegez ac'hanomp, evel ma tennas eus an Ebestel, gant ma sentfomp outan; tôlomp evez eta da selaou e vouez; n'eus netra ken gwaz evel enebi ouz ar Spered-Santel. Navet devez a Vezeven SANT KOULM Abad Iona (521-597) Koulm a oa ginidik eus Iverzon. Gwad ar rouaned a rede en e wazied. Ar beleg en devoa e vadezet a oe karget da rei d’ezan e genteliou kentan. Goude-ze e oe kaset en eur manati da beurober e studi, ha d’e bevar bla warn-ugent e oe beleget. O vezan m’en devoa kalz danve, e lakas aneze da dalvezout, hag e savas gante war-dro seiz ha tregont manati neve. Helavar oa da brezek ha dispar da zevel gwerziou kaer da ganan meuleudi e vro a gare evel ma kar eur c’hrouadur e vamm. Karet a rê ive al levriou ; hogen, en amzer-ze, e oant dibôt, rak skrivet a renkent bezan gant an dorn. O vezan êt eta eun devez da welet Finnian, abad ar manati m’en devoa grêt ennan e studi, Koulm a gavas an tu d’ober, hep gouzout d’e vestr koz, eur skrid diouz eul levr en devoa heman. Finnian a c’hoantaas kaout al levr neve ; mes Koulm n’asantas ket rei e labour, hag an afer a oe kaset da Dara, dirak lez-varn Diarmid, roue bras Iverzon. Heman a oa kar tost da Goulm, mes daoust da ze, e tougas eur varnedigez en e eneb : « Da bep bioc’h he leue, emezan, ha rak-se ’ta, da bep levr, ar skrid grêt dioutan ! » Koulm a gavas disleal ar varnedigez-ze, hag a lakas e gerent hag e vignoned d’en em zevel eneb ar roue. Brezel a zigoras ha Diarmid a oe trec’het. Neuze eskibien Iverzon a eskummunugas Koulm, abalamour m’en devoa diskouezet kalz re a venjanz en kenver e varner. Koulskoude, war beden Brendan, eur mignon d’ezan, e oe lemet an eskummunugen diwarnan, gant ma poagnje hiviziken da c’honid da Jezuz-Krist kement a baganed hag a gristenien a oa marvet er brezel. Prest goude, Koulm a bignas war eur lestr, ha daoust pegen doanius e kave kuitât e vro, e reas hent warzu Iona, eun enezen eus Bro-Skoz. Daouzek diskib, ha ne oa ket bet falvezet gante en em zispartian dioutan, a oe ouz e heul (563). Sevel a reas eno unan eus ar brasan manatiou a oe en amzer-ze. Adalek neuze, en em lakas da stourm, gant preder, ouz e dechou fall, hag e teuas da vezan gwellan den a c’halljed kât. Ar vrud eus e vertuziou a reas d’eun niver bras a dud diredek d’e gaout ; eun dudi oa dont d’e vanati, ken laouen e veze an digemer a gaved gantan. Rei a rê d’an holl aluzen ar c’horf hag aluzen an ene ; ar Skoz-Uhel a oe gonezet a-bez gantan da Jezuz-Krist. E ziskibien a brezegas er C’haledoni, en enezennou tro-war-dro, ha zoken en Islann, ha dre mac’h eent, e savent manatiou neve hag eun tri-c’hant iliz bennak. Da varo e enebour Diarmid, e reas eun dro da welet ar manatiou en devoa savet eu Iverzon. Dre ma kosae, elec’h bihannât e binijennou, o c’hreski eo a rê. Dont a reas, en doare-ze, da rei d’e ene eur gened hag a dreuze e gorf hag a lake anezan da vezan skedus evel korfou ar zent er baradoz. Mervel a reas d’an 9 a vezeven 597. Ar miraklou a reas epad e vue hag ar re a c’hoarvezas war e ve a lakas e hano da vezan anavezet a-bell ha da chom moullet ken don en kalon e genvroïz, m’eo unan eus ar zent a bedont hag a garont ar muian. Brud e zantelez a dreuzas ar mor hag a deuas betek Breiz-Izel. Patron eo da barouz Plougoulm, e-tal Kastel-Pol. Eun darn eus e relegou a virer en Gwiklan. K E N T E L Grêt enor d’ho pro ! En amzer-man muioc’h eget biskoaz, eleiz, daoust pegen doanius e c’hall kement-se bezan evite a renk mont eus ar vro, eur pennad bennak eus o bue ; arabad d’eze ankouât kas gante, da vihanan, doujanz Doue, d’o heul dre mac’h eont, rak pa zizrofont d’ar gêr, ne dalvezo netra d’eze gallout lavaret : « Destumet am eus kalz danve, pe gwelot am eus kêr Bariz, » ma n’hellont ket lavaret : « Heuilhet am eus hent ar furnez ha war grenvât eo êt ma fe ! » Ne refont ha ne lavarfont netra goest da deuler dismegans war o bro. Arabad eo d’eze lavaret : « Piou a ouveo am bezo grêt an dra-man ? Piou a ouveo e vezin bet gant hen-man-hen? » rak Doue a ouveo, ha ne dalvezomp netra, nemet ar pez a dalvezomp dirak e zaoulagad binniget. Dekvet devez a Vezeven SANTEZ MAC'HARIT Patronez Bro-Skos (1048-1093) Mac'harit a c'hanas en Hongri, er bla 1048; merc'h oa da Edouard, mab Edmond, roue Bro-Zôz, ha da Agatha, c'hoar rouanez an Hongri. Savet a oe en lez ar roue sant Stephan, ha dont a reas da vezan unan eus ar merc'hed gouiziekan ha santelan eus he amzer. Desket oa bet d'ezi a vihanik n'eus si ebet gwasoc'h eget al leziregez; abalamour da ze, ne chôme tamm dibreder. Ne oa ket troet kennebeut d'en em fichan, evel ma vean darn vrasan eus an dud yaouank. Pa veze lavaret d'ezi e oa gwisket re zister, e responte : « N'eo ket dre binvidigez he gwiskamant e tle eur brinsez kristen klask sevel dreist ar re-all, mes dre furnez he bue. » Da varo Kanut, an hini en devoa didrônet he zad-koz, Edgar, he breur, ha hi a c'hallas dizrei d'o bro; mes da varo o mignon, ar roue sôz Edouard III, a oe red d'eze kemer adarre hent an harlu. An avel a dôlas o lestr war ôchou Bro-Skos; roue ar vro-ze, Malkolm III, a roas digemer d'eze en e lez. Gened ha spered Mac'harit a blijas kement d'ezan, ma c'houlennas anezi da bried, ha war gourc'hemenn he mamm, e roas he ger. Kurunet a oe rouanez Bro-Skos, er bla 1070. Daou vla warn-ugent n'he devoa ken. An eured a oe binniget en Dumferlin, en kichen Edimbourg. War al lec'h ma oe grêt an eured-ze, evit derc'hel memor anezan, ar rouanez a lakas sevel eun iliz kaer en enor d'an Dreinded Santel. C'hoant he devoa dre eno da enori tri ferson an Dreinded ha da dennan bennoz Doue war he fried, warni he unan ha war ar vugale a deurvezje gant an Holl-C'halloudeg rei d'eze. Rei a reas d'an iliz-ze dilhajou eus ar re gaeran grêt ganti, listri sakr en aour, hag eur groaz alaouret, ar vein bresius o lintran warnezi. Konvertisan eur roue a zo konvertisan eur rouantelez; Mac'harit hen gouie, ha dre he dousder, e c'honezas kalon he fried hag e teuas d'ober gantan ar pez a gare, evit mad ar relijion ha mad ar bobl. Doue a roas d'ezi eiz krouadur, c'houec'h pôtr ha diou verc'h; ober a reas aneze bugale fur, a oe he c'haeran kurunen. He c'harante evit ar beorien a oa dispar. Pa ziskenne eus he lez, e veze war he zro an emzivaded, an intanvezed, ar beorien hag ar glanvourien a deue d'he zrugarekât evit he madoberou, pe d'en em erbedi outi evit kaout aluzennou neve. Ne ouie ket lavaret nan da eun den reuzeudik. Bep bla e rê daou goareïz, unan arôk goueliou Nedeleg hag eun all arôk goueliou Pask. Bemde e lavare ofis bihan an Dreinded, hini ar Basion, hini ar Werc'hez ha hini an Anaon. Eur c'hlenved hag a badas c'houec'h miz a gasas anezi d'ar be; an dristidigez he devoe da welet o vont en he rôk he fried hag he mab henan lazet er brezel. Mervel a reas d'ar 16 a viz du 1098. He c'homzou divezan a oe : «Otrou Jezuz-Krist, c'houi hag ho peus, war goulenn an Tad, ha gant skoazel ar Spered-Santel, roët ar vue d'ar bed, o vervel evitan, dilivret ac'hanon breman. » Sebeliet a oe, evel m'he devoa goulennet, en iliz kaer he devoa laket sevel en enor d'an Dreinded. Miraklou bras a c'hoarvezas eno war he be hag an Iliz a c'hallas lakat he hano war roll ar zent, er bla 1251. Innosant XII, er bla 1693, a lakas ober he gouel, d'an 10 a vezeven, dre an Iliz a-bez. K E N T E L An Dreinded Sakr Doue a zo unan en tri ferson; eur wirione eo ha ne dleomp ket kompren, rak mar hen grafemp, Doue ne vefe mui an hini a zo divent en pep doare; eur wirione eo hag a dleomp kredi war lavar Doue e unan (1). Mat eo d'imp ive sonjal alïes en tri ferson an Dreinded, rak dleour omp eus eun dra bennak da bep-hini aneze. Dleour omp da Zoue an Tad da vezan bon c'hrouet hag bon laket da c henel en eur vro gristen, da vezan badezet. Gloar eta ha meuleudi d'an Tad. Gloria Patri. Gloar ive d'ar Mab da vezan bon c'haret betek skuilh e wad evit non dasprenan; gloar ive d'ar Mab da vezan lezet ganimp au Iliz, d'hon ren war hent ar vue betek porz ar baradoz. Gloria Filio. Gloar ive d'ar Spered-Glan, kemend-all a aked a gemer gant bon zilvidigez. Ma stign an drouk-spered e lasou evit hon c'holl, ar Spered-Glan a stign ive e re evit bon sovetât ; gloar eta d'ezan. Gloria Spiritni sancto. Gloar da bep-hini aneze, ha gloar d'eze o zri en unan, evel ma oa er penn kentan. m'eo breman, ha ma vezo bepred. eus an eil kantved d'egile. Sicut erat, in principio, et nunc, et. semper, et in sœcula sœculorum. Amen. Dleour omp da Zoue an Tad da vezan hon c'hrouet hag bon laket da c'henel en eur vro gristen, da vezan badezet. Gloar eta ha meuleudi d'au tad. Gloria Patri. Gloar ive d'ar Mab da vezan hon c'haret betek skuilh e wad evit hon dasprenan; gloar ive d'ar Mab da vezan lezet ganimp an Iliz, d'hon ren war hent ar vue betek porz ar baradoz. Gloria Filio. Gloar ive d'ar Spered-Glan, kemend-all a aked a gemer gant hon zilvidigez. Ma stign an drouk-spered e lasou evit hon c'holl, ar Spered-Glan a stign ive e re evit hon sovetât; gloar eta d'ezan. Gloria Spiritui sancto. Gloar da hop-hini aneze, ha gloar d'eze o zri en unan, evel ma oa er penn kentan, m'eo breman, ha ma vezo bepred, eus an eil kantved d'egile. Sicut erat, in principio, et nunc, et semper, et in sœcula sœculorum. Amen. (1) Eur wirione eo dreist spered an den, hep bezan en e eneb. Ma klevfemp hano eus unan bennak hag a vefe êt eus a Vrest, da greiste nemet pemp, hag en em gavet en Pariz d'an tôl a greiste, grêt e hent gantan en pemp munut, e lavarfemp : « An dra-ze a zo dreist hon spered, ha n'omp ket evit hen kompren. » Ma klevfemp hano eus eun all hag a vefe êt eus a Vrest da greiste pemp hag en em gavet eu Pariz da greiste, e lavarfemp : « An dra-ze a zo enep hon spered ha n'hall ket bezan. » Hogen, ne lavarer ket : eun Doue en tri Doue, nag eur person en tri ferson; lavaret a rêr : eun Doue en tri ferson; an dra-ze a c'hall bezan gwir, ha bezan eo, p'eo eun dra embannet gant Doue e-unan. Unnekvet devez a Vezeven SANT BARNABAS Abostol ha Merzer (61) Barnabas, Joseph eus e hano kentan, a oa eur judeo, a ouenn Levi, hag a c'hanas en enezen Chypr. E dud o vezan pinvidik bras, a gasas anezan d'ar skol da Jeruzalem, gant Gamaliel, brudetan kelenner a oa eu amzer-ze. Eno e reas anaoudegez gant Saul ha gant Stephan. O klevet Jezuz o rei e gelennadurez, hag o welet ar burzudou a rê d'he harpan, e kredas e oa ar Zalver, hag en em lakas en renk e ziskibien. D'ar Pantekost, ar Spered-Glan a ziskennas warnezan evel war an diskibien-all. Bezan a oe ar c'hentan da werzan e vadou, ha da zigas ar pez en devoa bet evite da zant Per. Adalek an de-ze, prins an Ebestel en devoe eur garante vras evitan hag hen hanvas Barnabas, da lavaret eo, « Mab ar frealzidigez, » abalamour n'en devoa ket e bar da louzaoui ar c'halonou gouliet. Eun den oa, eme ar Skritur-Zakr, hag a oa leun eus ar Spered-Santel. Sant Pol o vezan bet gonezet d'ar le, d'e dro, a c'hoantaas mont da Jeruzalem da welet sant Per. Kaout a reas eno sant Barnabas, e gamarad-skol gwechall, ha heman e gasas da di sant Per ha da di sant Jakez. Goude-ze ec'h ejont o-daou da brezek ar fe da Antioch. Eur bla pen-da-ben e chomjont er gêr vras-ze. Prezek a rejont gant kement a frouez ma c'honezjont eleiz a dud da Jezuz-Krist. Goude bezan bet sakret eskob o-daou (44), ec'h ejont gant Yan Mark, eur c'henderv da Varnabas, da gas ar C'helou-Mat betek enezen Chypr; dont a rejont a benn eus ar gouarner Sergius Paulus e-unan. Eus ar Chypr ec'h ejont da Berge; Yan Mark ne c'hoantae ket mont pelloc'h hag a zisroas ac'hane da Jeruzalem; eus a Berge ec'h ejont da Ikon, hag eus a Ikon da Lystr. Eno e parejont eun den ganet dall; ar burzud-ze a zouezas kement ar baganed ma kemerjont aneze evit daou zoue, ha ma klaskjont lazan koleou en o enor; mes hepdale en em gavas Judevien Ikon en Lystr, hag ar re-man a lakas Lystriz da vont en o eneb; Pol a oe hanter-lazet a dôliou mein ; an de war-lerc'h e c'hallas kaout Barnabas hag e tizrojont da Antioch. Er bla 5l, e pignjont o-daou da Jeruzalem, evit en em glevet gant an ebestel-all. Goude-ze en em zispartijont, rak Barnabas a c'hoantaas kas adarre gantan e genderv Yan Mark, ha Pol, o vezan m'hen c'have re bennadus, ne falvezas ket gantan e welet o vont d'e heul, hag a gemeras Silas da vont gantan. Barnabas hag e genderv a yeas da enezen Chypr, elec'h ma labourjont gant aked da ziazezan ha da astenn rouantelez Jezuz-Krist, hag elec'h ma teuas ar verzerenti da rei d'eze ar c'hurunennou mein presius a skedo war o zâl epad an holl eéternité. K E N T E L Spered Doue ha sperejou eneb Doue Barnabas a oa leun eus ar Spered-Glan. Ar Spered-Glan eo Spered Doue, hag ar spered-ze a zo eur spered a garante a ra d'imp karet bon nesan ha Doue da gentan; eur spered a beuc'h, a ra d'imp gouzanv pep tra, hep rei bon unan netra da c'houzanv; eur spered a c'hlanded, a ra d'imp tec'hel diouz kement hon dougfe d'an droug; eur spered a humilite, a ra d'imp en em anaout evit ar pez mac'h omp; eur spered a zentidigez, a ra d'imp plegan d'ar re o deus galloud warnomp. Bezan ez eus ive tri seurt spered kontrol-beo da hini Doue; spered ar bed, spered Satan ha spered ar c'hig. Spered ar bed a lak an den da glask ar gloar hag an enor; spered Satan hen doug d'ar gasoni ha d'ar venjanz; spered ar c'hig hen tro war ar skanvadurez ha war au hudurnez. Gwelet pehini eus ar sperejou-ze a heuilhet ? Gwelet pehini aneze o fevar a zo ouz ho kouarn ? Pe hini Doue, pe hini Satan, pe hini ar bed, pe hini ar c'hig ? Daouzekvet devez a Vezeven Sant Yan a Zant-Fagond (1430-1479) Ar zant-man, unan eus prezegerien wellan ar Spagn, a c'hanas en Sahagun (Sant-Fagond), en eskopti Léon, da ze gouel Yan 1430, hag abalamour da ze re oe roët d'ezan hano embanner bras ar binijen. Kelennet mat a oe gant e dud, hag adalek e vugaleach e roas merkou anat eus e zantelez da zont. Ne oa c'hoaz nemet eur bugel e-unan, hag e vode bugale e oad endro d'ezan da gomz d'eze eus an Otrou Doue. Ouz ar gomz e sentent outan ha gant ar brasan evez e choment, epad pell amzer, d'e selaou. Ober areas e studigant menechi Salamank, ha goude-ze e oe beleget gant eskob Burgos ha grêt chaloni. Pinvidik dre an danve en devoa bet diouz e dud, ha dre ar garg a oa bet roët d'ezan, Yan, daoust da ze, ne glaske ket en em lakat en e êz. En e di e veve evel eur paour, ha trernen a rê e holl amzer er beden hgg er studi. E garante evit ar beorien a rê d'ezan mont allïes d'o zi, da rei d'eze kement o devoa ezom. Gwalc'hi ha louzaoui a rê o c'horfou hag o gouliou euzus, ha ne veze kammed ken laouen evel pa veze e di leun a beorien. Ar c'hoant da zeski gwelloc'h c'hoaz skianchou Doue a lakas anezan da rei an dilez eus e garg a chaloni ha da vont da studian da skol vras Salamank. Eno, eur c'hlenved bras e gasas betek ar be : «Otrou, erne ar zant da Zoue, n'em eus mui a fizianz nemet ennoc'h; ma tlean mervel, ho polonte bezet grêt ; mes ma tlean bevan c'hoaz, e fell d'in trernen ar blaveziou a rofet d'in en eun Urz menec'h !» Parean a reas, ha kerkent e c'houlennas bezan digemeret en manati menec'h sant Augustin. E superiored a gasas anezan da brezek da Zalamank hag hen ober a reas gant frouez. Kêr, d'ar mare-ze, a oa rannet en diou gostezen; bemde e veze kann etreze. Dre e brezegennou, Yan a glaskas lakat ar peuc'h etre Salamankiz. Eun devez, e klevas ar c'hleier o c'hervel an dud d'an emgann; redek a ra kerkent d'en em lakat être ar vrezellourien; pilet gant ar re gentan, e savas a neve, hag e kreiz trouz ar c'hlezeier, e prezegas ar garante gristen. Selaouet a oe hag an emgann a davas. Prest goude, avat, e welas unan eus ar vistri o vodan a neve e dud : ken dispont ha tra, en em lakas en kichen dor e di hag e kendalc'has da brezek : «Lazet ar manac'h-ze ! » eme ar mestr fuloret. Daou zoudard a zav o c'hlezeier war benn ar zant, mes o divrec'h a goue morzet. Strafuilhet holl, en em dôlont d'an daoulin, ha war beden Yan, Doue a roas. d'eze ar pare. Sant Yan en devoa eur garante vras evit Jezuz-Krist en sakramant an Oter; pa lavare an oferen, oa muioc'h henvel ouz eun êl eget ouz eun den, ha meur a wech, eme sant Thomas a Villanova, e welas Jezuz dirazan en hosti zakr. Doue a roas d'ezan ar c'halloud da lenn en kalonou an dud, hag en doare-ze e reas da galz pec'herien dizrei war lient ar baradoz. Anaout a rê, zoken. ar pez a dlee en em gaout en amzer da zont. Eur breur d'ezan a gollas e verc'h; an den kez a oa ken glac'haret ma n'halled ket e t'realzi. Yan a gemeras true outan hag a lavaras : «N'et ket da ouelan d'ho merc'h; eur fallaen he deus bet, hanetra ken » En em lakat a reas da bedi, hag ar plâc'h yaouank a zavas leun a vue. En Salamank, eun dijentil a rene eur vue direiz gant eur plâc'h fall. Yan a yeas d'e gaout; e gomzou a yeas don en kalon an den reuzeudik, hag evit ober pinijen eus ar skoueriou fall en devoa roët, hen pedas d'e zigerner e-touez e venec'h. Ar plâc'h fall, avat, pa welas ar pez a oa digouezet, a vagas kasoni ouz ar zant hag a lakas poëzon en e voed. Mervel a reas d'an 11 a vezeven 1479. Ar miraklou a c'hoarvezas war e ve a reas d'ar pab Alexandr VIII sevel anezan en renk ar zent, er bla Kêr Salamank he deus e gemeret da batron. K E N T E L Eürus an dud habask Ar glao a ra droug kouls ha vad; ar glao dour-bil a dorr, a denn hag a laz an trevajou; ar glao dous, habask, a vag, a grenva hag a sedera aneze. An dud ive, diouz m'int troet, a ra droug pe vad. Au dud ter eo haderieu an drouz ; an dud habask eo mistri an douar. An dud ter, elec'h lazan tan ar gasoni a zav être o nesan, gwellan m'int eo da lakat anezan da greski gwasoc'h gwaz. An dud ter n'ouzont kentelian eun all nemet en eur fulori; ha koulskoude, peseurt gonidegez a gaver o fulori ? Hini ebet ! Al loened ne c'houlennont ket bezan kaset endro a dôliou baz, nag an dud a dôliou skourje; n'eo ket a dôliou mein eo e tigas ar pastor au danvad dianket d'ar gèr; hen dougen a ra war e ziskoa. Au dud habask, dre ne reont poan da zen ebet, e teuer ive ha ne greder ober poan ebet d'eze kennebeut. Trizekvet devez a Vezeven Sant Anton a Badou Eus a Urz sant Fransez (1195-1231) Ar zant-man, Fernando eus e hano badeziant, a deuas er bed en kêr Lisbon, er Portugal, er bla 1195. E c'hoant da dizout prim ar zantelez a lakas anezan, d'an oad a bempzek vla,, da c'houlenn digor digant chalonied sant Augustin, en Koïmbr. Dek vla a dremenas en o zouez, ha n'o devoa holl nemet meuleudi da rei d'ezan, evit e aked d'ar beden ha d'ar studi. Eun devez e oe digaset da Goïmbr korfou pemp manac'h eus a Urz sant Fransez, bet merzeriet en Afrik gant ar Vuzulmaned. An den yaouank, ouz o gwelet, a c'hoantaas gonid evelte kurunen ar verzerenti hag a c'houlennas bezan digemeret en o Urz. En eur gemer gwiskamant sant Fransez, e kemeras ive an hano a Anton. Daou vla goude, e oe lezet, war e c'houlenn, da vont da brezek ar fe d'an Afrik. Leun a levenez, o sonjal e c'hellje skuilh e wad evit Jezuz-Krist, Anton a gemeras lient ar Marok. A-vec'h digouezet eno, ma kouezas klanv. Eur wech pare, o welet n'hallje ket, er vro-ze, gonid kurunen ar verzerien, e savas war eul lestr da zistrei d'ar Portugal. Eur gorventen a zirollas warnan hag her c'hasas d'ar Sisil. Digemeret eno gant menec'h Messin, Anton a skoas, prest goude, etrezek Asiz, da welet an tad sant Fransez. Goulenn a reas outan mont da Vonte-Paolo, en kichen Bologn. Eno, Anton a reas pep tra evit kuz e ouiziegez. Mes Doue ne zaleas ket da rei da anaout an tensoriou a oa kuzet ennan. Eun devez, e superior a gemennas d'ezan lavaret eur gomz bennak d'e vreudeur; senti a reas, hag ar venec'h-all hag a gave d'eze ne oa mat nemet d'ober labouriou ar gegin, a oe estlammet o klevet ar brezegen gaer a reas d'eze. Karget diwar neuze da gelenn ar venec'h yaouank, Anton a reas, tro ha tro, skol en Bologn, en Montpellier, en Toulouz hag en Padou. A-benn nebeut, avat, en em lakas a-grenn da gelenn ar bobl. Prezek a reas er Romagn, er Berry, el Limouzin hag en Padou, hag en kement lec'h ma tremene, e c'honeze kalz a eneou da Zoue. Poanial a rê, dreist-oll, da zigeri o daoulagad d'an heretiked. Alïes e klaskent difenn o fals-kredennou, mes Anton a ouie an tu da lakat ar wirione da baran, ken skler hag an de, dirak o daoulagad. N'halled ket herzel ouz eun hevelep prezeger, rak pa wele ne zigemered ket prim awalc'h e gomzou, e rê miraklou d'o c'hennerzi. En Toulouz, e oa eun den ha ne felle ket d'ezan kredi eman Jezuz-Krist en sakramant an ôter. Anton a lavaras d'ezan : « Ma teu hoc'h azen d'adori Jezuz-Krist kuzet dindan doareou ar bara, ha kredi a refet en sakramant an ôter ?» — « Ya ! emezan. » Al loen a zo digaset war leuren kêr. En eun tu, e laker eul laoueriad kerc'h, hag en tu-all, Anton a zalc'h en e zorn ar Zakramant meulet ra vezo. An aneval, elec'h mont warzu e voed, a ya war eun da stoui dirak an hosti santel hag a chom er c'hiz-ze, ken e lavar ar zant d'ezan sevel. Setu aman eur burzud-all, grêt gant sant Anton en Rimini. An heretiked a oa endro d'ezan ne rênt nemet ob er gwap anezan ha lakat o bizied en o diskouarn gant aon da glevet e gomzou. « Pa ne fell ket d'ec'h, emezan, selaou komzou Doue, me a ya da brezek d'ar pesked, evit ma vezo anavezet splannoc'h a ze ho fals-kreden. » Mont a reas d'ar ster, ha komz a reas d'ar pesked eus madelez an Otrou Doue. Ar re-man, ouz e glevet, a lakas o fenn er-mêz eus an dour d'e selaou gant ar brasan evez, ha n'en em dennjont nemet goude bezan bet e vennoz. Komzou ar zant a zouge bepred ar brasan frouez; ar bec'herien a zileze o bue fall, hag ar re vat a startae en o fe hag a 'n em roë d'an oberou a drugare. Jezuz, evit diskouez e kare e labour, a deuas eun devez d'e gambr, dindan stumm eur bugel, hag a gomzas outan evel ouz e vrasan mignon. Brevet e gorf gant al labour hag ar binijen, kentoc'h eget gant an oad, rak n'en devoa c'hoaz nemet c'houec'h vla ha tregont, Anton a yeas, d'an 13 a vezeven 1231, da gerc'hat ar gurunen en devoa gonezet en nenv. E gorf a oe sebeliet en Padou, hag er bla war-lerc'h, ar pab Gregor IX, war c'houlenn an holl, a lakas e hano war roll ar zent. N'eus sant ebet ken brudet ha sant Anton; hen anaout a rêr en pep lec'h, hag hen pedi a rêr, dreist-oll, evitkaout an treo dianket. E deod a virer c'hoaz en Padou, fresk ha ru evel hini eun den beo. K E N T E L An holl a bed Pep-hini eus ar grouadurien m'eo laket an den da vestr warneze, en deus e yez hag e zoare da ganan, da veuli, da drugarekât, en eur ger, da bedi Doue. An heol hag ar stered, en eur vont hag en eur zont, a skriv e hano, en lizerennou tan, war oabl an nenv. An ezen-avel a nij dreist ar mêziou, ar waz-dour a red a-dreuz d'ar prajeier, goustadik ha sioulik, a gan e veuleudi; al lapoused, e-touez glazvez ar c'hoajou, kerkent ha goulou-de, a embann e vadelez ; al lilien gant e bleuniou gwenn-kann, ar wenanen gant he diouaskel seiz, o deus pep-hini he doare d'e vinnigan; boud spontus ar c'hoummou, trouz tregernus ar c'hurun, petra int i ken nemet notennou dishenvel eun ograou o c'hoari noz-de en e enor ? Pep tra a bleg er bed-man da lezen ar beden; pep tra, herve e c'halloud, a veul heb ehan an Otrou Doue, nemet an den, a-wechou, ne ra ket. Al lapoused a gan Meuleudi d'o C'hrouer; Me zo duoc'h eget eur vran, Ma n'her meulan en pep amzer. Pevarzekvet devez a Vezeven SANT BAZIL Eskob ha Doktor (330-379) Bazil a deuas er bed en Sezare, er C'happados, er bla 330. Doue en devoa roët d'e dad ha d'e vamm dek krouadur, pemp merc'h ha pemp mab; Bazil oa ar c'hosan eus ar bôtred. Troet a oe abred gant e dud war ar vue gristen, rak bezan e oant o-unan kristenien eus an dibab. C'hoant o devoa da rei d'ezan eun deskadurez herve o stad, hag abalamour da ze e rejont d'ezan mont da skoliou brasan an amzer-ze, re Gonstantinopl ha re Athen. Da c'houec'h vla warn-ugent, grêt e studi gantan, Bazil a deuas da vezan mestr-skol en Sezare., hag a vodas endro d'ezan eun niver bras a skolaerien. Eur pennadig, ar stad a veze grêt anezan a stagas e galon ouz treo ar bed. E vamm a welas kement-se butian, hag a gomzas d'ezan gant anken ha gant nerz. Adalek neuze, en em roas a-grenn da Zoue. Gwerzan reas e vadou hag en em dennan, gant eun nebeut mignoned, pell diouz trouz ar bed, war lez ar stêr Iris. Eno e rannas e amzer être ar beden, studi ar Skrilur-Zantel hag al labour-dorn. Er bla 364, e oe beleget gant Euzeb, arc'heskob Sezare, ha pa varvas heman, c'houec'h vla goude, e oe grêt d'ezan kemer e garg. Prest goude, an impalaer Valanz, gonezet gant an Arianed, a zigoras brezel d'ar re a zalc'he d'ar gwir fe. Kas a reas Modestus da gaout Bazil, da glask e drei a-du gant Arius. - Perak, eme Vodestus, ne fell ket d'ec'h senti ouz eun impalaer ken galloudus ? - Abalamour, eme Vazil, ma impalaer-me hen difenn, ha muioc'h a c'halloud en deus evit hoc'h hini c'houi. - Den ebet, betek hen, eme Vodestus, n'en deus komzet d'in gant kement a hardiegez. - N'ho peus ket eta, eme Vazil, kavet choaz eun eskob war hoc'h hent, rak anez, en dije komzet d'ec'h evel ma ran. En pep tra, pa n'eneber ket ouz ar wirione hag ouz Doue, ni, eskibien a zo didrous ha da gentan e vezomp o senti ; mes pa ve c'hoant d'hon lakat da nac'h ar gwir greden, neuze an impalaered, n'eus forz pegen galloudus int, kaer o devo gervel d'o zikour ar c'hleze, an tan hag al loened goue, ne deufont biken a benn ac'hanomp : mervel a refomp kentoc'h eget nac'h hon Doue. Valanz, o vezan klevet respont Bazil, a lezas kristenien Sezare en peuc'h hag a reas, zoken, stad ouz o eskob. Heman a labouras da ziarbenn an Arianed en e eskopti, da reizan doare e veleien bag e venec'h, da rannan aluzennou d'ar beorien ha da zevel hospitaliou d'ar glanvourien. Lavaret a rê alïes : « Evel an ed a hader a zigas gonidegez d'an neb hen tôl en douar, evelse ive ar bara a laker en dorn ar paour a zoug frouez evit an neb hen ro. » Troet oa war an examin a gonsians : « Diskennet alïes, emezan en e brezegeonou, en goueled ho kalon, ha goulennet ouzoc'h hoc'h-unan petra oc'h, eus a belec'h eteuet ha petra vefet eun de. Pelec'h e oan-me breman zo kant vla ? Pelec'h e vin-me a-benn kant vla aman ? Tôlet eur zell, diouz an noz, war ar pez ho peus grêt, sonjet pe lavaret epad an de, ha gwelet peseurt kemm a zo etre an eil devez hag egile, evit gouzout pe c'houi a ya arok, pe c'houi a ya a-drenv war hent ar zilvidigez ! » Koulskoude, tud a lez Valanz ne baouezent d'e heskinat evit ma kasje Bazil d'an harlu. An impalaer a gemeras ter bluen, an eil war-lerc'h eben, hep gallout skrivan, gant hini aneze, an urz disleal-ze : freuzan a reas neuze ar paper, hag an eskob santel a c'hallas chom en e eskopti. Valanz a varvas er bla 378, ha gant e varo e paouezas ar brezel grêt gant an Arianed d'ar gristenien. Bazil a varvas ive er blavez war-lerc'h; n'en devoa nemet nao bla ha daou-ugent. Doktor ar wirione ha skorer an Iliz evel ma oa, ar bed holl a reas kanvou d'ezan. K E N T E L An examin a gonsians An examin a gonsians a o eun enklask a reomp da welet penôs ec'h a an treo en bon ene. Seul-alïesoc'h e reomp anezan ha seul primoc'h hen greomp. Evit hen ober mat, e tlefemp hen ober bemde, arôk mont d'hon gwele. Da gentan. war hon deveriou en kenver Doue. - Daoust hag e veulet hon deus dre non fedennou ? - Daoust hag enoret hon deus e hano ? - Daoust ha miret a reomp e zevez ? D'an eil, war hon deveriou en kenver hon nesan. Daoust ha n'hon deus ket pec'hed : Dre dechou fall hon spered : o tisprijout hon nesan, o varn anezan re vuhan, o klask gouzout diwar e benn treo Dre dechou fall hon c'halon o kaout gwarizi droug pe o terc'hel kasoni outan ? Dre dechou fall hon teod o c'hlabousat o trouk-prezek pe o tamall anezan en gaou ? D'an trede, war hon deveriou en hon c'henver hon-unan Daoust hag evez mat hon deus tôlet war hon skianchou ? war sonjezonou hon spered ? war c'hoantegeziou hon c'halon ? war deveriou hon stad ? N'eus den ebet c'hoaz heg en defe kavet an tu da vale difazi war hent ar zantelez, hep poz, gwech an amzer, da welet penôs e kerz. Greomp bemde hon examin a gonsians ! Pempzekvet devez a Vezeven Santez Jermana Cousin Gwerc'hez (1579-1601) Jermana Cousin a c'hanas en Pibrak, en kichen Toulouz, er bla 1579. He zad Lauranz hag he mamm Mari Laroche a oa tud paour, poan taevan d'eze. Ar plac'hig a deuas er bed gant eur vrec'h fall; gwasket oa ive gant droug ar roue, hag en he goug he devoa eur gouli euzus. En he c'havel e oa c'hoaz pa varvas he mamm, hag ne zad a addimezas. He lez-vamm he devoa bugale ha ne oa ket evit he gouzanv. Bue ar bugel yaouank a oe eta eus ar re galetan. En ti he zad ne oa netra eviti, ha gwech ebet n'halle tostât ouz an oaled. A-boan ma veze roët d'ezi lojeiz ha disc'hlao. Difennet mat e oa da dostât ouz he hanter-breudeur hag he hanter-c'hoarezed. 0 c'haret a rê kalz, koulskoude, hag eur blijadur a vije bet eviti o diwall ha kemer perz en o c'hoariou. Mes nan, buhan ha buhan, pa deue en ti, eus an abarde, e renke kemer he zammig boed ha mont da gousket d'ar c'hraou, pe war eun tammig plouz dindan ar vins. Jermana, bepred sentus ha madelezus, a chôme sioul. He foaniou o devoa distaget he c'halon diouz ar bed hag he zroët warzu Doue hepken. He lez-vamm, evit en ern zizober diouti, he c'hase bemde da ziwall al loened; o c'has a rê d'ar peuri da c'houlou-de ha ne zizroe nemet da zerr-noz. Bevan pell diouz trouz ar bed oa he dudi, ha daoulinet war ar c'hlazen, e save he daouarn etrezek an nenv, hag e kase warzu Doue he fedennou c'houekan. Pa gleve kloc'h an oferen, e lake he baz en douar hag e rede da adori he Salver. Ar c'hoajou tro-war-dro a oa leun a vleizi, mes biskoaz ne oe sammet gante hini ebet eus he loened, na hini ebet aneze, kennebeut, n'eas da laerez, epad ma veze oc'h ober he zro en iliz. Meur a wech, Doue a ziskouezas pegement e kare ar vesaerez yaouank. Eun devez, ec'h ee d'an iliz. Epad an noz e oa bet deut dour-bil; ar stêr he devoa da dreuzi a oa ken uhelaet an dour enni ma ne weled pont ebet ken; daou zen he gwelas o tont hag a 'n em guzas evit c'hoarzin war he nec'harnant. Jermana a dostaas, ha ken beuzet oa he spered en Doue, ma ne welas ket, zoken, an dour a ruilhe gant herr ha ma treuzas ar ster hep glebian he zreid. Dirak eun hevelep burzud, an daou zen a deuas da gaout ar brasan doujanz evit ar plac'h o devoa bet c'hoant da wapât. War ar bara a veze roët d'ezi d'he fred, Jermana a gave an tu da espern eun tammig d'ar paour. Hogen, eun devez m'oa et war ar mèz gant he loened, he lez-vamm a redas war he lerc'h, droug bras enni, hag eur vaz en he dorn. « Petra zo a neve 'ta ? » a c'houlennas outi daou zen a gavas war he hent. « Petra zo a neve ? emezi; ma lez-verc'h he deus adarre kuzet bara en he davancher da rei d'ar paour. Ah ! bremaïk, avat, hounnez a bako diganin-me ! » An daou zen-ze a yeas betek Jermana, asamblez gant he lez-vamm, evit difenn ar bôtrez kez, ma vije red, rak true o devoa outi. Hogen, Jermana a oa neuze o nezan, ha setu he lez-vamm o tispakan he davancher a oa tronset ganti. Kerkent, elec'h bara, e oe gwelet bokedou kaer ha skedus o kouezan d'an douar, hag an dra-ze a oa en kreiz ar goanv ! Hepdale, ne oa ken brud, en Pibrak ha tro-war-dro, nemet eus mirakl ar bokedou, ha diwar neuze, Jermana ne oe hanvet nemet ar zantez. Lauranz, diwar ar burzud-ze, a zigoras e zaoulagad hag a deuas da gaout keun da vezan lezet e bried d'ober eur vue ken kalet d'e verc'h. An Otrou Doue ne falvezas ket gantan lezel e zervijerez da c'hedal pell he c'hurunen. Kavet a oe maro en he gwele, ar mousc'hoarz war he muzellou, he daouarn en kroaz war boull he c'halon. Gant he eil bla warn-ugent e oa. Miraklou diniver a c'hoarvezas war he be, ha Pi IX a lakas he hano war roll ar zent, d'an de ma lided en Rom gouel an triouec'hvet kantved aboue merzerenti glorius an daou abostol Per ha Pôl. Sant Vezo Sant Vezo pe zant Bechu, arc'heskob Armagh, en Iverzon, a rêr ive e ouel en de a hirie. Douaran a reas en Pennmarc'h, en Bro-Gerne; dont a reas goude-ze da chom da C'horre-Leon, elec'h ma varvas, war-dro hanter ar c'houec'hvet kantved. War e ve eo savet iliz Sant-Nouga. (1) (1) En Sant-Nouga e virer kosan levr-oferen a zo en Breiz. Skrivet eo bet e tro ar bla 1050. Eun tregont sant bennak eus Breiz a zo o hanoiou ennan. An hanoiou êsan da lenn eo re sant Brieg. sant Melani, sant Patern, sant Korantin, sant Gwennole, sant Riouare, sant Koulm, sant Bechu, sant Gwennegan, sant Houardon, sant Gouesnou, sant Sulian, sant Eneour ha sant Thegoneg. K E N T E L Eürus ar re a ouel, rak frealzet e vefont Bue an den war an douar-man a zo eun emgann hep distag, ha nan eun diskuiz; evel ar vleunien e tigor kerkent ha sav-heol, mes evelti, ne oar ket petra zo ouz e c'hedal war an de. Nag a dreo a c'hoarve ha ne oad ket ouz o gortoz ! Nag a zrein, nag a lammou, nag a reuziou, nag a drubuilhou, nag aankenniou ! Nag a boaniou ha n'hon deus grêt netra evit, o chachan war hon c'hein, hag a c'hloaz hon c'halon ? Penôs o digemer ? Dre gaer pe dre heg? Dre gaer, ha dre gaer hepken, evel ar zent, a boke da zorn madelezus an Otrou Doue a skoe gante. Eur bennoz lavaret da Zoue en kreiz ar boan hag ar c'hlenved a dalv keit ha mil lavaret d'ezan en kreiz an eurvat hag ar yec'hed. Seul-vui e tispennfomp ar re a 'n em zav en hon eneb, ha seul-vui e pounnerao hon c'hroaz war hon diskoa. Pa zavo ar boan betek hon c'halon, savomp anezi betek Kalon-Zakr an Otrou Doue, eienen pep madelez, hag e vefomp frealzet ! C'houezekvet devez a Vezeven Sant Yan-Fransez Régis Eus a Gompagnunez Jezuz (1597-1640) Yan-Fransez Regis a zo unan eus ar brudetan sent ne deus roët Kompagnunez Jezuz d'an Iliz. Genel a reas en Foncouverte, en eskopti Narbon, d'an 3l a viz genver 1597; diskenn a rê eus unan eus gwellan ha brasan tiegeziou al Langedok. Adalek e vlaveziou teneran, e weled anat ennan ar merkou eus e zantelez da zont. Glan oa a galon ha troet war ar beden. Da naontek vla, e oe digemeret en Kompagnunez Jezuz, hag e skedas enni dre e humilite, e zentidigez, e garante evit Doue hag an nesan hag e zisprizans evitan e-unan. Er bla 1630, e oe beleget. Dal ma oe peurc'hrêt e studiou gantan, eo em roas holl da labourât evit silvidigez an ineou. Meneiou garo ar Vivarê, ar Vêlé hag ar Forez a welas anezan; redek a rê dreze, dre ar skorn hag an erc'h, an drez hag ar spern, da glask tud hanter-oue ar broiou-ze ; lakat a reas eun niver bras eus an dud-ze, touellet gant geier ar galvinisted, pe gollet gant o zechou l'ail, da anzao ar gwir fe ha da heuilh ar vue gristen. Er goanv e prezege war ar mêziou hag en hanv er c'hêriou. Gwellât a reas kalz stad ar vro, en Montpellier hag er Puy. Mont a rê da glask ar bec'herien d'an hospitaliou, d'ar prizoniou, d'o zier. Divent oa e vadelez en kenver ar beorien. E-unan ec'h ee d'ober an dro evite; arc'hant, ed, dilhad, gweleou, linseliou, a oa holl treo hag a oa diouz e zoare. 0 zerri a rê en eur gambr a deuas da vezan tensor ar beorien; es-trevit eur wech e lakas an ed enni da greski dre virakl. Lezhanvet oe Tad ar beorien. Poanial reas ive da dennan diwar hent an dizenor ar merc'hed kez a gerze warnezan. A-benn diou wech, e ris-klas e vue evit mont war-dro an dud klanv gant ar vosen. Seul-vui oa mat en kenver e nesan, seul-vui oa kalet en e genver e-unan. Kastizan rê e gorf gant ar gourizou reun, ar chadennou houarn, ar skourjezou yud; evit gwele n'en devoa nemet eun dôl; ne gernere na gwin na tamm kig ebet d'e brejou, ha ne zebre nemet ar pez a oa red evit miret outan da vervel gant an naon. Ne veve nemet evit Doue, ne gomze nemet eus a Zoue, ne zonje nemet en Doue. Pa veze oc'h oferennan, an tân, a lake e galon da dridal hag e dâl da skedi, a yee ar c'hôr anezan betek kalonou ar re holl a veze en iliz. Mervel a reas a greiz rei eur mision en Lalouvesk. d'an 31 a viz kerdu 1640. Diniver e oe an dud a deuas da bardonan d'e ve ha diniver ar miraklou a c'hoarvezas en e genver; rak-se, war c'houlenn roue Frans ha roue Spagn, hano Yan-Fransez Regis a oe laket war roll ar zent gant ar pab Klemant XII, er bla 1757. K E N T E L Diwar-benn hon c'harante evit an Otrou Doue Jezuz-Krist en deus karet an dud : diskennct eo war an douar evit bezan o breur, se nascens dedit socium; en em guzet en deus dindan doareou ar bara, evit bezan o mager, convescens in edulium; rnarvet eo war ar groaz evit bezan o hanterour, se moriens in pretium; hag en nenv e vezo o c'hurunen, se regnans dat in prœmium. An dud ive a garas Jezuz-Krist. An Ebestel a zilezas o madou, o bro hag o c'herent evit mont d'e heul; ar verzerien, kentoc'h eget e nac'h, a skuilhas o gwad, pa n'o devoa nemet eur ger da lavaret evit en em denn eus adre krabanou ar maro; ar zent ne vevent nemet evilan, ne gomzent nemet anezan. ne zonjent nemet ennan. Hag en de a hirie, n'eus bro ebet ha ne vefe enni mammou o luskellat o bugale en e garante; n'eus bro ebet ha ne vefe enni tud yaouank hag, abalamour m'hen karont, a gav nerz awalc'h da stourm ouz o gwall dechou; n'eus bro ebet ha ne vefe enni tud koz. muioc'h a anaoudegez d'eze e-touez ar re varo egetetouezar re veo, n'a kaeran hano a gavont da lavarel eo hano Jezuz ! Ha ni, daoust ha birvidik eo ive hon c'harante en kenver Hon Zalver ? Hen anaout a refomp diouz an aked a lakfomp da heuilh ec'hourc'hemennou. Seitekvet devez a Vezeven Sant Herve (521-566) War-dro ar bla 515, eur Breizad, e hano Hervian, elec’h diskenn gant e genvroïz en Bro-Arvor, a ziskennas en Bro-C’hall. O vezan ma oa telenner, kaner ha barz, e kavas digemer laouen en lez Childebert, roue Pariz. Goude bezan tremenet pevar pe bemp bla e-touez ar C’hallaoued, e c’houlennas dizrei d’e vro ; koulskoude, arôk pignal el lestr a dlee e dreizian, e c’hoantaas gwelet ar Vreiz neve, a oad o sevel war dismantrou an Arvor. Er mare ma oa oc’h ober hent etrezek ar c’huz-heol, en devoe eun hunvre, hag e wele ennan eur verc’h yaouank leun a furnez hag a c’hened ; ar gwel-ze hen strafuilhas meurbed, rak grêt en devoa le da chom dizeme. Mes eur vouez a lavaras d’ezan : « Demdost aman zo eur verc’h, troet war ar c’han ha war ar beden, he hano Rivanon ; eveldoc’h he devoa laket ive en he spered miret he gwerc’hded ; mes c’hoant Doue eo ec’h afec’h an eil gant egile ; he c’haout a rafet e-tal eur feunteun, war lez an hent bras a heuilhet. Eur mab ho pezo, a vezo eur zant bras hag a zalvo eleiz a dud. » An de war-lerc’h, war-dro Landouzan (1), Hervian a gavas Rivanon ; he zud a oa maro ; he breur Rigour oa he c’hurator. Heman a roas e asant evit an eured, a oe lidet prest goude. An dimezi-ze a roas d’hon bro unan eus he brudetan bugale, unan eus ar re a verkas an donan e roudou en douar Breiz, a oe, war eun dro, kelenner, manac’h ha sant, a oa hanvet Houarne, en amzer goz, hag a zo anavezetoc’h breman dindan an hano a Herve. Ar garante he devoa Rivanon evit ar werc’hded, hag ar grizder a deue d’ezi diouz he zud hag o devoa silet enni gant o gwad, a reas d’ezi goulenn ouz Doue ma vije dall he c’hrouadur. Herve a c’hanas dall hag a chomas dall hed e vue. E vamm hen dilezas ha koll a reas abred e dad. Adalek e seiz vla betek e bevarzek, e oe skolaet war dreo ar bed-man ha war dreo ar bed-all gant eur manac’h e hano Arzian. Eur wech grêt gantan e studi, ec’h eas da welet e genderv Urfol a oa o vevan en eur c’horn eus ar c’hoad Dônan (2). Rivanon, en draouien dostan, a rene en he zi heunan eur vue eus ar re strisan. Urfol a c’houlennas outi ha c’hoant he dije da welet he mab. Ar garante a vamm, dihunet erfin en he c’halon, a reas d’ezi digemer Herve gant teneredigez. Eun nebeut deiou goude e tremenas. Urfol, ha ne gare nemet ar vue didrouz, a dec’has en goueled ar c’hoad hag a roas d’e genderv e beniti, e di-bidi, e skol hag e skolaerien. Herve a chomas eno tri bla. Krenn-lavariou deut betek ennomp, a rumm da rumm, a zo bet savet gantan ; setu aman darn aneze : An neb ne zent ket ouz ar stur Ouz ar garreg a ray sur ; Gwell eo deski mabig bihan Eget destum madou d’ezan ; An den yaouank en diegi A zastum poan ’benn e gozni. Pa glevas oa maro Urfol, ec’h eas da bedi war e relegou hag e lakas e ziskibien hag ar vesaerien o devoa o hentchet da zevel d’ezan eur be bras ha kaer. Goude-ze e chomas eur pennad en Koathouarne (3) elec’h ma weler c’hoaz e dibidi hag e feunteun. Ac’hane e valeas warzu gorre-Leon. En Lanhouarne, war douar Innok, e savas eur manati ; en Sant-Nouga, en Gwitevede hag en Keran, ’z eus lec’hiou hag a zoug c’hoaz e hano binniget. En amzer-ze, e oa o chom en koste Keraez eur roue bihan, e hano Konomor ; sevel a reas c’hoant gantan da vezan roue war Vreiz a-bez. E vennad ne oa ket fall ; fall a oe, avat, an doare a gemeras d’e gas da benn, rak klask a reas lazan Judual, roue an Domnone ; lazan reas e bried Trifina, merc’h Gwerok, kont Gwened. Sant Gweltas a brezegas dre ar vro en e eneb, hag er bla 548, dirak eun niver bras a dud, labourerien, tudchentil ha menec’h, bodet war gern ar Mene-Bre, eskibien Breiz a stlapas Konomor eus a renk ar gristenien. Herve ne oa ket ’n em gavet kerkent hag ar re-all, mes ne oa grêt netra arôk ma tigouezas ; gedet a oe eun devez pen-da-ben, ar pez a ziskouez an istim a oa evitan er vro. E tro ar bla 566, e varvas en Lanhouarne, elec’h ma virer c’hoaz darn eus e relegou. (1) En parouz an Drenek (Bro-Leon). (2) Chapel Sant-Urfol a zo or Vourc’h-Wen (Bro-Leon). E-kreiz ar chapel, eur volz dem-henvel ouz eur be a vir e relegou, war a leverer. (3) Hanter-hent etre Lanriouare ha Plougin (Bro-Leon). K E N T E L Daoulagad an ene Daoulagad ar c’horf, nemet glan e vefent, ne weler ket mat awalc’h gante ; dal ma vezont pikouzet, ne weler ket koulz ; dal ma vezont koc’hennet, ne weler taken ken. Evit daoulagad an ene eo henvel ; nemet glan e vefent, ne ver ket evit gwelet gante kennebeut ; ha ma ’z eus kement a dud ha ne welont ket ar skleur zoken eus an Otrou Doue er bed krouet, ha ne welfont ket e c’hloar er bed-all, n’eo nemet abalamour m’o deus lezet ar pec’hed da grammenni kement o ene, ma n’hell ket mui sklerijen an nenv mont betek ennan : dall int, siouaz d’eze ! N’eus ezel ebet hag a ziwallfemp gant kement a evez evel daoulagad hon c’horf ; d’an disteran tra a venn stokan oute, eman hon dorn warneze. N’eus ezel ebet hag a dlefemp da ziwall gant kement a evez evel daoulagad hon ene. Dallente ar c’horf er bed-man, daoust pegen poanius eo, n’eo netra en kichen dallente an ene er bed-all. Bezomp glan a galon hag e welfomp Doue. Triouec’hvet devez a Vezeven Sant Nikandr ha Sant Marsian Merzerien (300) En amzer-ze, e vije stlapet eus an arme ar zoudarded kristen. Bezan e oa daou, Nikandr ha Marsian, hag a gavas gwell koll o renk en arme roue an douar evit en arme roue an nenv. Dimezet oant o-daou, ha ne oa ket gwall bell c’hoaz, zoken, aboue m’oant bet badezet. Ar gouarner Maxim a reas o digas dirak e lez-varn hag a glaskas ober d’eze kinnig ezans d’an doueou. Daria, gwreg Nikandr, a oa war al lec’h. - O ma fried, emezi, diwall da nac’h an Otrou Jezuz-Krist; na ret ket, en han’ Doue, ar pez a c’hourc’hemenner d’ac’h. - Penn fall ma ’z oc’h, eme Vaxim, perak ho peus c’hoant da welet ho kwaz o vervel ? - Evit ma vevo gant Doue da virviken ! emezi. - Skuiz oc’h gantan ’ta ? eme ar gouarner. Ar gomz dismegansus-ze a reas d’ar gwad birvi en kalon Daria. - P’eo gwir e kemeret ac’hanon evit ar pez n’on ket, grêt eta d’in mervel da gentan evit Jezuz-Krist, ma ho peus ive urz da gondaoni ar merc’hed d’ar maro ! Ar brezel ne oa diskleriet c’hoaz nemet eneb ar zoudarded kristen. - N’hon deus urz ebet hag a zellfe ouz ar merc’hed, eme Vaxim, rak-se ’ta, n’az pezo ket da c’houlenn; koulskoude, ec’h i d’ar prizon. Pa oe êt, Maxim a glaskas c’hoaz dont a benn eus Nikandr. Heman a respontas e oa kristen. Neuze, ar gouarner a droas ouz Marsian : - Ha te, Marsian ? Marsian a respontas : Ar pez a lavar ma c’hamarad, m’hel lavar ive. - Neuze, eme Vaxim, ec’h efet d’ar prizon, ha hepdale, nemet chench a rafec’h, ho pezo tôl ar maro. Eur miz goude, e oent digaset adarre da gaout ar gouarner. - Nikandr ha Marsian, eme Vaxim, amzer ho peus bet d’ober ho sonj; sentet eta ouz urziou an impalaered. Ar verzerien ne blegjont ket hag ar gouarner a roas neuze urz d’o dibennan. - Ar peuc’h ra vezo ganac’h, gouarner ar bed-man ! a lavaras asamblez an daou gondaonet. Laouen oant o vale d’ar maro, ha trugarekât a rênt an Otrou Doue da vezan roët d’eze ar c’hras da skuilh o gwad evit Jezuz-Krist. Gwreg Nikandr, neve tennet eus he frizon, a heuilhe he gwaz gant he bugel bihan. En kichen Marsian, gant e gerent, e oa ive e wreg; houman a oa paganez hag a hirvoude, hag a roge he dilhad en eur vont gant he hent : - Kemer true ouzin, a lavare d’he fried; sell ouz da grouadur bihan, ha n’ez ket d’ober dismeganz warnomp evelse ! - Betek pegeit, eme Varsian, e chomo Satan da zallan da spered ha da galon ! Pella diouzimp ha lôsk ac’hanomp da vale d’ar verzerenti ! Hag e lavaras da Zotikus, eur mignon d’ezan, a valee en e gichen, ober d’e bried mont endro. Pa oe en em gavet war dachen ar verzerenti, Marsian a zellas endro d’ezan, hag o welet Zotikus, e reas sin d’ezan d’ober d’e bried tostât. Briata a reas anezi hag e lavaras : - Pella breman diouzin, emezan, en han’ Doue, rak n’eo ket dereat e welfes ac’hanon o lidan ma merzerenti epad m’eman c’hoaz da ene dindan galloud an drouk-spered. Briata a reas ive e grouadur hag, o sevel e zaoulagad etrezek an nenv, e lavaras : - Otrou Doue holl-c’halloudek, kemeret anezan dindan ho skoazel. Marsian ha Nikandr a roas pok ar peuc’h an eil d’egile; pa oant o ’n ern zispartian evit daoulinan dirak ar bourreo, Marsian a welas Daria, gwreg Nikandr, a glaske, eur wech c’hoaz, gwelet he gwaz; kinnig a reas an dorn d’ezi d’he c’has da gaout an hini a glaske. - O ma fried, emezi, bezet kalonek ha dalc’het start; dek vla am eus tremenet em bro, dispartiet diouzoc’h, o c’hedal kaout digant Doue ar blijadur d’ho kwelet o tizrei. Hen bet am eus, ha breman ho meulan dre ma ret ar pez a ret ; eun enor a vezo evidon bezan pried eur merzer. Ar bourreo a dostaas; mouchan reas pennou ar verzerien, ha rei a reas d’eze tol ar maro. Kement-man a c’hoarvezas er zav-heol, war-dro ar bla 300 goude donedigez Hon Zalver. SANT HERBOT VIIIet Kantved Hirie ec’h enorer c’hoaz en hon bro sant Herbot, a oa mab da dudchentil pinvidik eus Breiz-Veur, hag a deuas abred en Arvor. Dibab a reas e chomaj en kreiz ar c’hoajou, ’vit gallout ober gwelloc’h a ze anaoudegez gant Doue, o vezan pell diouz an dud. Al loened goue a douje d’ezan, hag ar baganed kelennet gantan a digemere ar vadeziant. War douar parouz Berrien e vevas pell amzer hag mo e varvas. E ve hag e chapel a zo en Plonevez-ar-Faou. Sant Herbot a zo unan eus ar re muian brudet e-touez ar zent breton. Dre-holl an eus chapeliou ha skeudennou. Plouaret, Kavan, Ploulec’h, Plouneve-Kintiu o deus beb a chapel gwestlet d’ezan. K E N T E L Ar zoudarded kristen Pôtred yaouank, hag a zo kurunen gaer hoc’h ugent vla o vleunian war ho tâl, hag a yelo hepdale da zerviji ar vro, ar gentel-man a zo evidoc’h. Betek hen, epad ma oac’h er gêr, evit ober mal n’ho peus bet ken d’ober nemet heuilh ar re-all ; er c’hazern ne c’hoarvezo ket evelse ; red e vezo d’ec’h alïes, evit heuilh hent ar furnez, ober dishenvel diouz ar re-all ; arabad d’ec’h kaout aon d’hen ober. Gret ar pez a welfet a vezo mat ; tec’het diouz ar pez a welfet a vezo drouk, ha lôsket goude-ze an teodou da vale ; unan bennak a glasko gant e waperez mi ret ouzoc’h d’ober ho tever; mar hen gret, daoust da bep tra, an holl a lavaro en goueled o c’halon : « Mat ! ar re-ze a zo tud ! » Ha red eo e c’hellfed lavaret kement-se ac’hanoc’h, rak ne ver mui bugale da ugent vla. En em gavet oc’h da zont en oad eu eun amzer a reuz hag a zispac’h. Gwell aze ; digare ho pezo da stourm, ha seul-vui e vezo klasket diframman diganec’h fe koz ho tadou, ha seul-vui e talc’hfet d’ezi start, hag e heuilhfet anezi pen-da-ben. Karet ive ho pro, muioc’h evit an dud-all, p’eo gwir oc’h soudarded ; muioc’h evit ar zoudarded-all, p’eo gwir oc’h kristenien. Gant ma sellfet, beb an amzer, ouz ar bed-all, e refet mat ho tever er bed-man. Naontekvet devez a Vezeven Santez Juliana Falkonieri (1270-1341) Juliana Falkonieri a c'hanas en Floranz, er bla 1270. Yaouankik oa c'hoaz pa gollas he zad; he mamm a lakas he holl aked evit he fellât diouz ar skoueriou fall hag he zrei war ar vertuziou kristen. Jezuz ha Mari a oe an daou hano kentan a ouezas lavaret. Sant Alexis Falkonieri, eur eontr d'ezi, o welet he glanded hag he furnez, a lavaras d'he mamm : « N'eo ket eur verc'h, eun êl eo en deus roët Doue d'ec'h. » Klevet hano eus ar pec'hed a oa awalc'h evit ober d'ezi skrijan; o selaou disklerian eun torfed, e c'hoarvezas ganti, eun devez, koll he anaoudegez. A-wechou, a greiz ma vezed o teski d'ezi gwriat ha nean, ec'h ee da bedi, e-harz treid eun ôter he devoa savet en enor d'ar Werc'hez, hag he mamm, pa chôme re bell, a c'hourdrouze anezi : - Evidout-te, ma ne dôlez ket muioc'h a evez, ne zeski ket ar pez a dle eur vestrez tiegez gouzout, ha n'hellin kaout pried ebet d'it biken ! - Bezet dinec'h ! ma mamm, a lavare Juliana, an Itron-Varia a 'n em gargo eus an dra-ze. Hag evit gwir, d'he fempzek vla, e westlas he gwerc'hded da Zoue hag e wiskas saë Trede-Urz servijerezed Mari. Ar c'hentan a oe o vonten Urz-ze, mes hepdale, eur maread merc'hed-all a heuilhas he skouer, haghe mamm, zoken, a oe unan aneze. Da c'houec'h vla ha tregont, e oe hanvet da superiorez, hag e reas evit an Trede-Urz neve-ze lezennou leun a furnez. Aketus oa d'ar beden; an darn vrasan eus an de hag eus an noz a dremene o pleustri war Basion Hon Zalver; troet oa war ar binijen; alïes e veze douget a spered betek an nenv. Mat oa da unani ar re a veze savet trouz etreze; da zistrei ar bec'herien diwar hent an ifern; d'ober ouz ar re glanv; meur a wech e pareas o gouliou, o stagan he muzellou oute. Kaer en he bue, Juliana a oe kaeroc'h c'hoaz en he maro. En he c'hlenved divezan, o vezan n'helle miret netra, ne gaved ket dereat he c'hommunian. He c'harante evit Jezuz-Krist en sakramant an ôter a reas d'ezi neuze goulenn ma vije, da vihanan, digaset an hosti santel en he c'hampr, ma c'hellje he adori, eur wech c'hoaz, arôk mont eus ar bed-man. Roët a oe d'ezi he goulenn; mes pa oa ar beleg o poz an hosti gonsakret war eur c'horporal dispaket war he c'halon, an hosti-ze a dec'has eus e zorn hep bezan gwelet ken gant den, ha raktal Juliana a lôskas eur youc'haden : « Dulcis mi Jesus ! » « o ma Jezuz hegarat ! » emezi. Kerkent e tremenas, en eur ober eur mousc'hoarz henvel ouz hini an Ele. Ar maro kaer-ze a zigouezas d'an 19 a viz gouere 1341. Pac'h ejod da lienan korf al leanez santel, e oe kavet roud an hosti en he c'hoste kle, ha warnan skeuden Hon Zalver stag ouz ar groaz. K E N T E L Diwar-ben,n an doare m'eo dleet bezan, evit tostât ouz tôl ar Zakramant I Var dôl ar Zakramant eman Jezuz-Krist, an hini n'eo ket bel sôtret an disteran, nag e gorf, nag e spered, nag e galon, gant fank ar pec'hed. - Ha n'oc'h ket re droët gant ho korf ; n'oc'h eus ket klasket re e blijadur, grêt re dioulan, elec'h gourc'hemenn d'ezan ? Bezet glan a galon. II War dôl ar Zakramant eman Jezuz-Krist, an hini en deus bet plouz kraou Bethléem da wele kentan, ha koad kroaz Mene-Kalvar da wele divezan. - Ha n'oc'h ket eus an dud-ze hag a vefe lavaret n'emaint war an douar-man nemet evit gwellât al loened zo en o chreier, pe evit rozellat aour en o fresou ? Ha noc'h ket re droët war an dastum ? Eur servijer mat hag eur mestr fall eo an arc'hant. Bezet paour a galon. III War dôl ar Zakramant eman Jezuz-Krist, roue an nenv hag an douar, kuzet gantan banuou e c'hloar, en em izelaet en eun doare estlammus ; war ar groaz, ma ne welet ket Doue, e welet, da vihanan, an den. Aman ne weler na Doue na den; kuzet int, an eil hag egile. - Ha ne glasket ket a-wechou tennan lorc'h eus ho korf, eus ho spered, eus ho tanve, treo ha n'oc'h ket perc'hen, zoken, warneze ? Bezet izel a galon. Ha tostaet laouen ouz an dôl zantel. Kaout a refet outi eun tanva « sancta prœlibatio » eus ar pred kaer a zo ôzet gant Doue, war dôl vras an nenv, hag e azezfomp outi gantan, gant ar zent ha gant an Ele, da virviken. Ugentvet devez a Vezeven Itron-Varia Rumengol O Rumengol, pell amzer zo, C'houi eo boked kaeran hon bro; En Léon, Tregor ha Kerne, Ganec'h e klever c'houez an ne. En eskopti Kerne, elec'h m'eman breman mor Douarnenez, e oa gwechall eur gêr vras, hanvet Is. Eur voger ledan hag uhel, gant sklujou houarn, a zifenne anezi diouz ar mor. Er gêr-ze, ne veze gwelet, e-touez an dud pinvidik, nemet dizurz, gwall skouer ha fallagriez. Gralon, roue Bro-Gerne, a oa neuze o chom eno, ha glac'haret bras e oa o welet dizurziou ha bue diroll e verc'h, ar brinsez Ahez, gant noblanz yaouank ar vro. En amzer-ze, e oa ive en Breiz-Izel daou abostol santel, o-daou mignon da Zoue, sant Kaourantin, kentan eskob Kemper, ha sant Gwennole, kentan abad Landevennek. Prezeget o devoa alïes en Is ha gourdrouzet ar roue Gralon, abalamour d'an droug a veze grêt bemde en palez e verc'h yaouank. Mes ar roue, dinerzet gant an oad,, n'en devoa mui a c'halloud awalc'h evit trec'hi dizurziou ken bras. Doue a skuizas erfin o welet Iziz kaledet eu o fec'hejou, hag a roas da anaout d'e vignon Gwennole e vije beuzet hepdale ar gêr-ze gant ar mor. Kerkent, Grwennole a bignas war e varc'h hag a redas d'ar gêr villiget da welet hag hen a c'hallje c'hoaz distrei diwarni brec'h an Otrou Doue. Siouaz ! tremenet oa an drue. Pan arruas an abad santel, war-dro hanter-noz, sklujou Is a oa digor, hag ar mor a groze spontus, en eur veuzi an tïe, an dud hag al loened. Gwennole n'hallas sovetât nemet Gralon hepken. Ha kêr Is, evel Sodom, Gomor ha Babilon, a zo et da netra; hirie ar mor a ruilh dreist-i. Da zav-heol, Gralon a bignas gant Gwennole war lein Mene-Hom; ac'hane e tôlas eur zell truezus endro d'ezan, hag el lec'h ma oa ar gêr a Is, ne welas nernet mor Douarnenez. Kouezan reas d'an daoulin evit trugarekât Doue hag ar Werc'hez davezan sovetaet e vue. Pa zavas diwar e zaoulin, e welas o lugerni dindan an heol tosen Rumengol, a veze lazet warni tud en enor d'an doueou. Hag ar roue, beuzet en e zaerou, hag e zaoulagad savet warzu an nenv, a lavaras d'e vignon santel : «War an dosen-hont, gwestlet d'eun doue didrue, me a raio sevel eun iliz kaer d'ar Werc'hez; hag el lec'h ma skuilher ar gwad da Deutatez, e skuilho Mamm Doue he grasou war Vreiz-Izel.» Gralon a zalc'has d'e c'her. Lakat a reas sevel eun iliz d'an Itron-Varia en Rumengol, ha bezan en devoe ar joa d'he gwelet brudet en pevar c'horn Breiz-Izel. Karet a rê mont di, gant e vignon ker, da bedi Mamm Doue evit e bobl; ha pa varvas en Landevennek (505), être divrec'h sant Gwennole, e kinnigas e ene da Zoue, en eur lavaret : Itron-Varia Rumengol, Miret ouzin na 'z in da goll ! Pedet ive ho Mab Jezuz, Ma vezin gantan evuruz Pevarzek kant vla a zo ma 'z eo maro Gralon; hag ar Vretoned, bepred tud a fe hag a galon, o deus c'hoaz sonj eus o roue koz hag eus e vignon sant Gwennole. Pac'h eont, da Zul an Drinded, da bardon bras Rumengol, ha pa welont mor Douarnenez, Mene-Hom, Landevennek ha tour uhel iliz kaer an Itron-Varia Remed-Holl, e lavaront c'hoaz, an daerou en o daoulagad, en eur gerzet gant doujanz war douar ar zent hag ar rouaned : Brasan burzudou a zo bet Aman, en amzer dremenet ! (1) (1) Telen Remengol. K E N T E L Peden da Itron-Varia Rumengol Santez Mari, Mamm da Zoue hag hon Mamm muian-karet, hon tud koz deus ho kemeret da rouanez ar vro-man, hag evit ma vije anavezet ho kalloud, o deus laket war ho tàl eur gurunen aour ha perlez. Neveat reomp, a greiz kalon, al le o deus grêt en amzer gwechall. Ya ! d'ec'h eo hon c'hoajou dôn, hon mêziou seder, hon meneiou brugek, hon moriou glas : miret aneze diouz pep droug. D'ec'h eo hon berejou a vir eskern hon re varo, hon ilizou binniget, hon touriou dantelezet : miret aneze diouz pep droug. D'ec'h eo hon yez kaer, hon gwerziou santel, hon toniou dudius, holl denzoriou Breiz-lzel : miret aneze diouz peb droug. D'ec'h eo an holl Vretoned gwitibunan, korf hag ene; d'ec'h eo ar vugaligou, ar vinored, an emzivaded, an intanvezed, ar zoudarded, ar vartoloded, kement hini en deus eur boan bennak a gorf, a galon, a spered : miret aneze diouz pep droug. D'ec'h eo, dreist-oll, hon c'henvroïz a zo war o gwele a varo, a dro o zellou karantezus etrezek ennoc'h, hag o deus pep fizianz en ho kalloud hag en ho madelez. O Gwerc'hez vat Rumengol, Patronez Breiz-Izel, Pedet evidomp hirie, ha pa renkfomp mervel, Pedet evit Breiz-lzel, evit ar Vretoned O deus ho haret, ho kar hag ho karo bepred. Kentan devez warn-ugent a Vezeven Sant Loeiz Gonzag Patron an Dud yaouank Loeiz, mab da Ferdinand Gonzag, markiz Castiglione, ha daVartha Tana Santena, a oa ken dister o tont er bed ma oe kristanet raktal, hag en doare-ze, kouls lavaret, e c'hanas evit an nenv arôk genel evit an douar. Bale reas war hent ar vue, hep sôtri tamm ebet saë wenn e vadeziant. Kerkent ha ma teuas e spered da zigeri, en em ginnigas da Zoue, hag e reas d'e zantelez kreski a ze da ze. Da nao bla, dirak ôter ar Werc'hez en Floranz, e reas le da viret bepred e werc'hded; adalek neuze, Doue hen miras diouz pep droug, en eun doare burzudus, rak ne zavas netra ebet ken, nag en e gorf, nag en e spered, hag a vije goest da strafuilhan glanded e ine. Gwaskan a rê kement war e dechou fall, ma n'hallent ket sevel o fenn; ken eveziant oa ive war e skianchou, ha war e zaoulagad dreist-oll, ma chômas bla er Spagn, da floc'h gant an impalaerez Mari, hep sevel e zaoulagad da zellet outi, tâl ouz tâl, eur wech hepken. Abalamour da ze e lavared : « Loeiz Gonzag a zo eun den hep korf, pe eun êl en eur c'horf, unan a zaou. » Ne oa ket awalc'h d'an den yaouank santel teuler evez war e skianchou; en em gastizan a rê c'hoaz muian m'halle; yun a rê ter gwech er zun, hag en unan eus an tri devez-ze, zoken, ne gemere nemet bara ha dour d'e brejou; da gentan, en em skourjeze ive ter gwech er zun, mes dont a reas goude-ze d'hen ober ter gwech bemde. O vezan ma kave re vlod e wele, e lake, dre guz, eun tamm planken bennak ennan evit ma vije kaletoc'h; en noz, pa grede ne vezed ket war evez anezan, e save hag e chôme daoulinet war leur e gambr hag en korf e roched, da bedi ken na venne kouezan gant ar skuizder ha gant ar riou. Gouzout a rê derc'hel ken tost war e spered, ma ne dec'he tamm digantan, pa veze o komz ouz an Otrou Doue dre ar beden. Abred e savas c'hoant gantan da vont da vanac'h, mes mab henan oa, hag epad tri bla, e dad a enebas outan muian m'hallas; da seitek vla, koulskoude, e c'hallas kaout ôtre da heuilh e vennad. hag ec'h eas en Kompagnunez Jezuz. Eno e oe skouer an holl; sentus oa war bep tra, war an treo bihannan kenkouls ha war an treo brasan; ne rê van ebet ouz ar bed, ha n'en devoa nemet kasoni outan e-unan. E garante evit Doue a oa ken birvidik ma lake e gorf da deûzi tamm ha tamm; gourc'hemennet a oe d'ezan distrei eun draïg bennak e spered diwar dreo an nenv, mes kaer en devoa klask tec'hel diouz an Otrou Doue, hen c'have bepred dirazan. Er bla 1591, ar vosen a grogas en kêr Rom; Loeiz a c'houlennas mont war-dro ar re glanv; eno e pakas e varo. Tremen a reas da eizvet Gouel ar Zakramant, an 20 a vezeven 1591. Daou vla warn-ugent tri miz hag unnek devez, n'en devoa ken. Tri bla goude, e vamm a 'n em gavas gwall glanv hag a 'n em erbedas outan; raktal e teuas d'ezi ar yec'hed. Hennez a oe kentan mirakl grêt gant Loeiz Gonzag goude e varo, Gregor XV a lakas e hano war roll au dud eürus, d'an 2 a viz here 1621; markizez Kastiglione a veve c'hoaz d'ar mare, hag a c'hallas pedi dirak relegou he mab, savet war an ôter. Beneat XIII hen lakas war roll ar zent, er bla 1726. SANT MEWEN En hon bro, e rêr hirie ive gouel sant Mewen, a c'hanas en Bro-Geumru, war-dro ar bla 520, hag a ziskennas en Bro-Arvor, da heul sant Samson, er bla 550. Sevel a reas manati Gaël, en kreiz koad Brésilien; eno e varvas, en e gant vla, hag eno ive e oe sebeliet. Miraklou bras a c'hoarvezas e-tal e ve, hag a ziskouezas brasder e c'halloud dirak Doue. Sant-Neven, en eskopti Léon, Tremeven, Ploeven ha Gwilligomarc'h. en eskopti Kerne, o deus e gemeret da batron. K E N T E L Furnez ha yaouankiz Ar c'horf en deus ezom da vezan maget alïes, ha pa ve oc'h ober e gresk, en deus ezom da vezan maget gwelloc'h. Evit an ene eo henvel, hag eun den yaouank hag a fell d'ezan ren gant furnez e yaouankiz, a dle kemer ar pleg mat da gommunian, kouls lavaret, ken alïes ha bep sun (1). Lavaret a raio marteze : « Mes n'on ket din d'ober an dra-ze ! » - Ar zent n'int ket din, an ele n'int ket din; nan, n'oc'h ket din, rak n'eus nemelt Doue hag a vefe din da dostât ouz Doue, mes n'ep ket abalamour m'oc'h din eo e lavar Doue d'ec'h tostât ouz e dôl : abalamour rn'ho peus ezom eo ! Kommunian rèr evit kaout bue Doue : seul-nebeutoc'h ho peus anezi, ha seul-muioc'h a ezom ho peus eta da gommunian. « Muioc'h a zevosion am bezo, ma n'an ket alïes ! » - An neb a chom pell hep dibri, a zebr gant muioc'h a brez; mes ne ra ket kement a vad e voed d'ezan evel ma ra d'an hini a. gemer e bred d'an heur. « N'ho pezo ket muioc'h a zevosion, eme sant Fransez a Zal, rak ne rèr mat nemet ar pez a rêr alïes. » « Me ne wellaan ket ! » - Ar c'hrouadur a zebr bara bemde, lia ne deu ket, en eun devez, da vezan eur gwaz. Hoc'h ene, kennebeut, ne deuio ket bue Doue da vezan krenv ennan en eun tôl. Kredet ac'hanon; n'eus den yaouank ebel, etre seitek hag ugent vla, goest da vale war hent striz ar vue, glan e lagad. eün e zell, seder e dâl, ma ne dosta ket alïes ouz tôl ar Zakramant, rak d'an oad-ze, au techou a darz en kalon an den o deus kement a nerz, ma n'eus nemet korf ha gwad Hon Zalver Jezuz-Krist goest da zont a ben aneze. (1) En amzer gentan an Iliz, an holl gristenien a gommunie beb oferen a glevent. Eil devez warn-ugent a Vezeven SANT PAULIN Eskob Nol (353-431) Den ebet ne glaskas en em guzan muioc'h evit sant Paulin, ha den ebet n'eo bet ken brudet hag hen. Sant Ambroaz, sant Augustin, sant Jerom ha sant Gregor, brasan doktored iliz af c'huz-heol, o deus grêt e veuleudi. E dud a oa kristenien, ginidik eus a Rom; madou bras o devoa en Itali, er Spagn hag en Bro-C'hall. E dad, gouarner koz Bro-C'hall, a oa en em dennet en Bourdel da vevan diouz e zanve. Paulin a c'hanas er gêr-ze; ar barz Auzon a skolaas hag a garas anezan evel e vab, hag a reas d'an impalaer Grasian e hanvan da c'houarner er C'hampani. Pa varvas Grasian (383), e tistroas da Vro-C'hall hag en em dennas en kastel Ebromagus, peder leo diouz Bourdel, elec'h ma 'n em droas war ar skridou ha war ar gwerziou, evel e vignon Auzon, a veve ive tostik eno. Paulin en devoa tregont vla; dour ar vadeziant n'en devoa ket redet c'hoaz war e dâl. Epad m'oa bet er C'hampani, en devoa gwelet eleiz a viraklou o c'hoarvezout en Nol, war be ar beleg merzer sant Feliks; goude-ze en devoa komzet gant sant Ambroaz, en Milan ; e oa bet pareet diouz ar boan daoulagad gant sant Martin a Dour; kemeret en devoa evit pried eur Spagnolez pinvidik hag eur gristenez vat, he hano Tereza. Kement-se holl en devoa e droet, a nebeudou, warzu Jezuz-Krist, hag er bla 389, sant Delphin, eskob Bourdel, hen badezas. Hiviziken, e delen a varz a zono skiltrusoc'h ha kaeroc'h evit biskoaz, rak ne zono ganti nemet soniou kristen, ha le e vugaleach, dihunet goude eur mored a dregont vla, a yelo ar vrud anezi dre ar bed holl. Prest goude e vadeziant, en em dennas er Spagn gant Tereza deut da vezan e c'hoar; en Barselon e oe beleget; ac'hane ec'h eas da chom da Nol, e-tal be sant Feliks, elec'h ma c'hoantae tremen ar rest eus e vue o heuilh an doare-bevan a verke d'ezan sant Jerom (394). P'en em vrudas ar c'helou-ze, eleiz eus e vignoned a gavas abeg ennan. Auzon, dreist-oll, en devoe rann-galon, hag a skrivas d'ezan eur bern liziri d'e bidi da zizrei da Vourdel. Paulin ne reas van ebet. Ar pez a glaske oa bezan dianavezet hag ankouaet gant an dud, ha tostât ouz Doue dre ar beden hag ar binijen. En em gavet en Nol, e lakas sevel daou vanati neve; eu em denn a reas en unan aneze gant eun nebeut gwazed, c'hoant d'eze da vevan eveltan pell diouz trouz ar bed. Tereza, gant eun nebeut merc'hed, a 'n em dennas en egile. Lakat, a reas sevel ive eun iliz eus ar re binvidikan war be sant Feliks. Er bla 409, eskob Nol o vezan deut da vervel, e oe gret da Baulin kemer e gador. Vandaled an Afrik a ziskennas en amzer-ze en Itali hag a laeras bagadou kristenien; an eskob santel a roas e beadra da zasprenan ar muian ma c'hellas eus e dud. Eun intanvez a deuas d'en em erbedi outan evit be mab; Paulin, ha n'en devoa netra ebet ken, kentoc'h evit lavaret nan d'ar vaouez kez a oa dirakan, a yeas d'an Afrik, hag a 'n em lakas e-unan er prizon en plas he mab. A-benn eur pennad, koulskoude, ar gouezidi a gemeras true outan hag e c'hallas adarre dizrei d'e eskopti; digemeret a oe ouz son ar c'hleier, ar bleuniou o kouezan warnan a bep tu. Mervel a reas en e driouec'hvet blavez ha tri-ugent. E gorf a oe sebeliet, da gentan, e-tal be sant Feliks; goude-ze e oe digaset da Rom hag enoret en iliz Sant-Berthele. Pi X a c'hourc'hemennas ma vije dizroet he zenzor da iliz Nol. Hirie, en em gav ive gouel sant Aaron, eur manac'h eus ar VIet kantved, hag a renas, evel abad, eur gouent savet gantan en enezen m'eman breman kêr Sant-Malo. Hen eo a digemeras sant Malo, pa diskennas en Arvor, hag a alias anezan da brezek ar le da baganed ar vro. E relegou a zo miret c'hoaz en iliz-veur Sant-Malo, hag en kreiz kêr an eus e chapel bet adsavet meur a wech aboue ar VIet kantved. Eur barouz eus eskopti Sant-Brieg a doug e hano. Bezan 'n eus ive eur chapel en Pleuveur-Gautier. K E N T E L Ar C'hleier (1) Ar c'hloc'h, e-pign 'us d'an iliz, etre an nenv hag an douar, eo mouez Doue ha mouez an den. Kas a ra galv Doue eus an nenv d'an douar; dihuni ra ar c'hristen losk; gourdrouz a ra ar pec'her, frealzi a ra ar c'hristen mat. Kas a ra eus an douar d'an nenv pedennou ha meuleudiou ar barousianiz. Mouez Doue ha mouez ar bobl, ar c'hloc'h a drid war gavel ar c'hristen neve ganet, hag a ouel war he kement hini a ya da anaon. Heb-han n'eus gouel na kanv ebet. Bezan eo unan eus ar benviou a lak ar zantelez da ziwan war an douar, ha setu perak an Iliz, arôk e zevel en e gambr ven dantelezet, a ro d'ezan he bennoz. Karomp son hon c'hleier, selaouomp o moueziou; O c'halon arm a drid, pa doujomp hon Otrou. (1) Ar c'hleier ne oant ket anavezet en Iliz arôk ar VIIet kantved, kouls lavaret; en Nol, er C'hampani, eo e teujod da c'houzout o zeûzi; kentan touriou a gaver evit o lakat a zo bet savet en XIe' kantved. Trede devez warn-ugent a Vezeven An Itron Santez Elflez Rouanez ha Gwerc’hez, Patronez Treflez (***-679) Elflez (1) a c’hanas en Breiz-Veur, en penn kentan ar seizvet kantved. He c’herent, Sôzon vras, brudet ha pinvidik, a zavas anezi en doujanz Doue. Evit ober diouz he zud, e timezas d’ar prins Tonbercht ; mes o vezan ma oa en he c’halon ar c’hoant da chom bepred gwerc’hez, en em glevas gantan evit bevan o daou evel breur ha c’hoar. Tri bla goude, da varo he fried, e oe grêt kement warnezi, mac’h asantas addimezi, hag e roas he dorn da Egfrid, roue an Northumberland. Daouzek vla e vevjont an eil gant egile, ha miret a reas bleuniou he gwerc’hded, kenkouls goude he eil eured ha m’he devoa grêt goude he c’hentan. Koulskoude, ar c’hoant da ren eur vue santeloc’h c’hoaz eget an hini a rene el lez, a reas d’ezi goulenn ouz he fried ôtre da vont da leanez. Egfrid, daoust pegement a garante a oa etreze, a roas d’ezi he goulenn. En em denn a reas neuze en manati Koldhingam, ha ken skouerius oa he bue, ma oe hanvet, bla goude, da abadez en manati enez Ili (672). Eno, nemet eur gouel bras bennak a vije, pe dihet en em gave, ne gemere nemet eur pred bemde ; adalek hanter-noz, e chome da bedi betek an de ; kaout poan ha mez oa he dudi. C’houec’h vla a oa ma rene he c’hoarezed war hent ar baradoz, pa oe taget an darn vrasan aneze gant ar vosen. Elflez a reas oute, evel eur vamm ouz he bugale, hag en doare-ze, e tapas he-unan ar c’hlenved. Leskadurez he devoa gant eur gor bras a oa en he goug, hag e lavare d’ar rnedesin a doulle anezan d’ezi : — Mat a zo grêt d’in ; em yaouankiz e tougen war ma goug seiennou perlezennet; Doue, en e drugare, elec’h gortoz ar bed-all evit kastizan ma ficherez, am sko dioustu er bed-man ; mil meuleudi d’ezan ! Mervel a reas d’an 23 a vezeven 679, ha sebeliet a oe, war he goulenn, e-touez he c’hoarezed. Unnek vla goude, e savjod he relegou evit o lakat en eur be men neve. Daoust ne oa ket bet balzamet he c’horf, e oe kavet fresk beo ; al lienachou a oa endro d’ezan n’o devoa bet droug ebet; eur glezien, ha netra ken, a verke ar gouli bras a oa en he goug pa dremenas. Eleiz a viraklou a c’hoarvezas e-tal he be. Beda (2) a skrivas he bue. Kosan iliz katolik a zo en Londrez a zoug c’hoaz he hano en de a hirie. Brud he zantelez a dreuzas ar mor, hag hon tud koz a zavas ive, en Treflez, eun iliz en he enor, elec’h ma plij d’eze dont niverus da bardonan. (1) A hanver ive : Ethelflez, Etheldrez, Ethelrez, Ediltrud, Elidru, Andry, Ventrok. (2) Beda (673-735) a zo e hano war roll ar zent. Leon XIII en deus roët d’ezan al lezhano a zoktor eus an Iliz ha gourc’hemennet ober e ouel dre ar bed holl, d’ar 27 a viz mae. K E N T E L Ar werc’hded kristen Jezuz-Krist eo pried an ineou gwerc’h ; kanan reont dirak e drôn eur ganaouen neve, n’eus nemete goest d’he c’hanan, hag o mouez a zo henvel ouz telennourien o telennan war o zelennou : heuilh a reont an Oan dre gement lec’h mac’h a (3). « Ha da belec’h eta, eme sant Augustin, ec’h a an oan-ze ? Petra eo ar c’hoajou hag ar prajeier-ze ma red dreze ? Lec’hiou int ma tanvaer enne dudiou ha n’eo netra en o c’hichen plijaduriou goullo, divlas ha touellus ar hed-man ! » An dudiou-ze, zoken, ne vefont ket henvel ouz ar re a gavo, er baradoz, ar re n’o devo ket miret o gwerc’hded. » Dudiou an dud gwerc’h a vezo en em laouennât gant Jezuz-Krist, dre Jezuz-Krist hag en Jezuz-Krist. » O c’houi eta hag a sked war ho tâl kurunen lirzin ho kwerc’hded, kemeret preder d’he miret ; eun tensor eo hag eur wech kollet ne ve ket kavet. » Ar zent-all, ha n’hallfont ket eveldoc’h bezan da dostan d’an oan, a drido o welet hoc’h eürusted, ha dre-ze, e kavfont ennoc’h ar pez n’o deus ket gallet kaout enne o-unan ; n’hallfont ket kanan, kennebeut, ar ganaouen neve, rak n’eo savet nemet evidoc’h hepken ; mes he c’hlevet a refont ha kaout a refont o flijadur o welet ho kloar ; c’houi he c’hano hag he c’hlevo er memes amzer : hoc’h eürusted a vezo heb he far.» (3) Ab. sant Yan, XIVet pennad, 4e koublad. Pevare devez warn-ugent a Vezeven Ginivelez an Otrou Sant Yan-Vadezour E-touez bugale ar merc'hed, Biskoaz n'ez eus bet kavet, — nikun, A ve brasoc'h eget sant Yan, Jezuz hen lavar e-unan. En amzer ar roue Herodez, e oa en Bro-Israel eur beleg eus a rumm Abia, e hano Zakariaz, a veve en doujanz Doue gant e bried, eus gouenn Aaron, he hano Elisabeth. Pell oant êt o-daou war an oad, ha kaer o devoa pedi, bugel ebet ne deue da laouennât o zi, ar pez o doanie meurbed an eil hag egile. Eun devez, Zakarias a bignas da Jeruzalem gant ar veleien a oa o vont d'ober ar zun gantan d'an Templ. Pac'h ejod da dennan plouzen da welet petra vije labour pep-hini, e tigouezas gantan kaout an ezans da ginnig el lec'h santel. Mont a reas en Templ; ar bobl er-mêz, e keit ha ma rê e Jid, a bede. Hogen, êl an Otrou a 'n em ziskouezas d'ezan, en e zav en tu deou da ôter an ezans. Zakarias a oe strafuilhet ouz e welet hag ar spont a gouezas warnan. Mes an êl a lavaras d'ezan : - Na gemerez aon ebet, Zakarias, rak da beden a zo selaouet ha da bried Elisabeth a c'hano d'it eur mab hag e roï d'ezan an hano a Yan. El levenez e vezi hag en estlam, ha kalz a gemero laouenedigez en e c'hinivelez, rak bras e vezo dirak an Otrou; ne evo na gwin na netra hag a c'hell mêvi. Leuniet a vezo eus ar Spered-Santel, adalek kof e Vamm; distrei a raio kalz eus bugale Israël warzu. an Otrou, o Doue; e-unan e valeo dirak Doue gant spered ha galloud Elias, evit digas er mibien kalon an tadou, distrei an dud dife da furnez an dud just ha prepari d'an Otrou eur bobl direbech. Zakarias a lavaras d'an êl : - Penôs e welin an dra-ze ? Rak me a zo koz ha ma fried a zo et war an oad. An êl a lavaras d'ezan : - Me eo Gabriel, a 'n em zalc'h dirak Doue, ha kaset on evit komz ouzit ha digas d'it ar c'helou mat-ze. Ha setu e vezi mut ha n'helli ket prezek, betek an de ma tigouezo an treo-ze, abalamour n'az peus ket kredet em c'homzou a deuio da wir en o amzer. Ar bobl a c'hortoze Zakarias hag a oa souezet o welet e talee en Templ. Pa deuas er-mêz, n'helle ket lavaret eur ger, hag an holl a anavezas, dre eno, en devoa gwelet eun dra bennak en Templ. Hen a rê sinou d'eze, hag e chômas mut. P'en devoa grêt e zun, etistroas d'ar gêr, hag Elisabeth, e bried, a gonsevas eur bugel. C'houec'h miz goude, ar Werc'hez Vari a gonsevas ive Mab Doue, dre c'halloud ar Spered-Santel, ha raktal ec'h eas a-dreuz ar meneiou da welet Elisabeth a oa he c'hinitervev. Hogen, ar c'hrouadur a zouge houman a dridas gant an dudi en he c'hreiz, pa lakas an Itron-Varia he zreid war dreujou he zi. War lavar an tadou santel, diwar neuze e ene a oe netaet diouz ar pec'hed orijinel ha karget eus a c'hrasou ar Spered-Glan. Koulskoude, dont a reas evit Elisabeth an amzer da c'henel, hag e c'hanas eur mab. He amezeien hag he c'herent a glevas en devoa an Otrou diskouezet e drugare vras en he c'henver, hag e verkent d'ezi o levenez. D'an eizvet devez, e teujont da lakat siell an emgleo war ar bugel hag e c'halvent anezan Zakarias, eus hano e dad. Mes e vamm a respontas : «Nan, hanvet a vezo Yan. » Hag e lavarjont d'ezi : « N'eus den ebet en ho kerentiez hag a zougfe an hano-ze. » Hag e c'houlennent dre zin oûz e dad pe hano a felle d'ezan rei d'ar c'hrouadur. O vezan goulennet eun dôlen, e skrivas warni : « Yan eo e hano. » Hag an holl a oe souezet. Kerkent e c'henou a zigoras, e deod en em gavas diliammet hag e vinnigas Doue. Aon a grogas en holl amezeien, hag an holl dreo-ze a oe brudet en holl meneiou ar Jude. Kement hini o c'hlevas a zalc'has aneze en e galon, en eur lavaret : « Petra gav d'ec'h e vezo ar bugel-ze ? » Evit gwir, dorn an Otrou a oa gantan. Zakarias, e dad, a oe karget eus ar Spered-Santel hag ,a brofesias en eur lavaret : « Benedictus Dommus Deus Israël... Ra vezo binniget an Otrou, Doue Israël, abalamour m'en deus gwelet ha dasprenet e bobl. Savet en deus evidomp eur Zalver galloudus en ti David, e zervijer. ».....Evidout-te, bugel, te a vezo galvet profed an hini a zo dreist pep tra, rak te a gerzo dirak tâl an Otrou Doue, evit reizan e henchou ha rei d'e bobl skiant ar zilvidigez, evit m'en devo ar pardon eus e bec'hejou. » Ar bugel a greske hag a grenvae herve ar Spered, hag e chome el lec'hiou distro, betek an de ma tlee en em ziskouez da bobl Israël. Sant Yan ar Biz Sant Yan a zo unan eus ar zent savet uhelan en baradoz an Otrou Doue ha brudet ar muian e-touez an dud; en Breiz-Izel, an tantadou a zigor e ouel hag a zoug e hano binniget, eus an eil traouien d'eben hag eus an eil mene d'egile. E bardoniou a zo stank ha laouen : kaeran a oufed gwelet, koulskoude, eo hini sant Yan ar Biz. En amzer ma oa Jann d'Arc hag Arzur Richemont o kas ar Zôzon eus Bro-G'hall, eur biz da sant Yan-Vadezour, an hini ma tiskouezas gantan Salver ar bed, pa lavare d'e ziskibien : « Setu aze Oan Doue, » goude bezan bet miret epad meur a gant vla en Normandi, a oe douget, en eun doare burzadus, da Draou-Meriadok, gant eun den yaouank ginidik eus a Blougasnou. Ar biz santel, eur wech 'n em gavet e-touez ar Vretoned, a reas kement a viraklou, ma reas an duk Yan V sevel eun iliz en e enor, a zo c'hoaz en de a hirie, unan eus ar re gaeran azo en hon beg douar. Diazezet d'an de kentan a viz eost 1440, ne oe peurc'hrêt nemet er Ma 1513, (1) gant aluzennou pjnvidik Anna Breiz. Otrou sant Yan binniget, grêt d'imp heuilh Jezuz-Krist war an douar-man, ouz sklerijen ar fe, ma c'hellfomp e welet divezatoc'h er baradoz, ouz sklerijen ar gloar. (1) Konsakret a oe d'an 18 a viz du 1513, gant an Otrou A. do Gringnaulx, eskob Landreger. Pempvet devez warn-ugent a Vezeven Sant Salaün ar Merzer Roue Breiz (857-874) Salaün a zastumas kurunen Breiz en gwad e genderv Erispoë, en miziou du 857. Ar Vretoned, sebezet o welet an doare disleal en devoa kemeret evit pignal war an trôn, a oe nec’het o klask gouzout pe e oa dleet d’eze senti outan pe ne oa ket. Charlez ar Moal, roue ar C’hallaoued, o welet nec’hamant Breiz, a gemeras tro ac’hane evit kerzet warni. Lamm en devoa bet c’hoaz diouz an tu-ze, hag e krede d’ezan e oa deut ar mare evitan da gas an dorz d’ar gêr. Mes an aon da gouezan dindan galloud o enebourien a reas d’ar Vretoned en em vodan endro d’o roue neve, hag hon bro n’eo ket bet biskoaz kaeroc’h, brasoc’h, na krenvoc’h evit en amzer Salaün. Mont a rê adalek an Naoned betek Angers, hag ac’hane da stêr ar Vir (867). Er bla 871, e c’hoantaas mont da Rom da gaout an Tad Santel ar Pab, da varn ar breujou a oa savet etre arc’heskopti Dol hag arc’heskopti Tour, hag ive,marvat, da anzao e bec’hed ouz vikel Jezuz-Krist, evit kaout digantan pinijen hag absolven. Mes pennou-bras e rouantelez a gavas e oa an Normaned re dost da ôchou Breiz, evit ma c’hallje en em lakat en hent. Eskob Gwened, Jeremias, a yeas neuze en e blas da gaout Adrian II, a oa en amzer-ze war Gador sant Per, da ginnig d’ezan e brofou, dreist-oll eur skeuden aour eus e vent, hag eul lizer skrivet gantan da c’houlenn ouz ar pab relegou santel evit eur manati e oa o sevel. Adrian a roas da gannad Salaün unan eus divrec’h sant Leon III. En amzer-ze eta, an Normaned, eur ouenn dud goue eus broiou an hanter-noz, a glaske ober o diskenn en broiou tostoc’h d’an heol, hag a zailhe war an diou Vreiz ha war Bro-C’hall. War o bagiou skanv, e oant pignet gant al Loar betek Angers. Bretoned ha Gallaoued a ’n em glevas da gerzet oute, ha dre ijin roue Breiz e oent trec’het. Prest goude ar viktor-ze, Salaün a glaskas rei an dilez eus e garg; pell a oa e kave re bonner e gurunen a roue ; kablus oa eus a varo Erispoë, hag e ene a oa krignet gant ar morc’hed ; pinijennou kalet a rê evit kaout e bardon ; aluzennou bras a roë d’ar manatiou « evit silvidigez e ene, hini e gerent hag hini e gerent hag e vugale, hag evit padusded rouantelez Breiz a-bez ; » ha koulskoude, en devoa aon rak barnedigez an Otrou Doue. En em dennan a reas en manati Plelan, en devoa laket sevel; e vab-kaer, Paskueten, ha Gouroand, mab-kaer Erispoë, a valeas neuze warnezan, hep ma c’hallfed lavaret, mat awalc’h, an digare a rê d’eze en em zevel outan. Salaün a dec’has arôk e enebourien, a-dreuz-dreuz dre goad Bresilien, betek ar Merzer, e-tal Landerne. Eno e oe tizet gante, derc’hent gouel Yan. Dinerzet gant e glenved, poaniet o welet e wellan mignoned o ’n em zevel en e eneb, glac’haret gant e bec’hed, c’hoant d’ezan da baean e c’hle da justis Doue, en em lakas e-unan, goude bezan bet o kovez hag o kommunian, etre daouarn Gouroand ha Paskueten. Ar re-man hen gwerzas d’ar C’hallaoued, a doullas d’ezan e zaoulagad, arôk e lazan war diri ôter-veur iliz ar Merzer, d’ar 25 a vezeven 874. Korf Salaün ar merzer a oe sebeliet e-tal hini e bried Gwenbrid, en manati Plelan. E benn a virer c’hoaz en iliz Pithiviers, en eskopti Orleans ; darn-all eus e relegou a zo en iliz ar Merzer, hag en iliz-veur Sant-Per, en Gwened. K E N T E L Pinijen ar galon Doue, en e vadelez, en deus digoret d’an den kouezet er pec’hed eun hent neve da vont d’ar baradoz, hent ar binijen. Ar ger pinijen a zigas da gentan en hon spered ar zonj eus ar boan a gemerer o yun diwar bara ha dour, o kousket war ar c’halet, o tougen eur gouriz reun. Pinijen ar c’horf eo an dra-ze, ha pinijen ar c’horf n’eo ket ar gwir binijen eo ; ar gwir pinijen eo pinijen ar galon. Hounnez eo a zigor a neve hent ar baradoz d’ar pec’her, ha kement eman dreist eben ha m’eman an ene dreist ar c’horf. Kaer ho pefe yun ha gouela Ha lavaret Mea culpa. Ma n’eman ket ar binijen en ho kalon, ho poaniou a vezo didalve. Petra eo eta pinijen ar galon ? Eur vertuz eo hag a ra d’imp kaout kasoni ouz hon fec’hejou tremenet, nan abalamour m’o deus chachet ar boan warnomp, mes abalamour m’int eun dismeganz d’an Otrou Doue ; ha kemer ar mennoz start da dec’hel diwar an hent fall, d’en em ziwall outan hiviziken, ha da zigoll Doue hag an nesan eus an droug hon deus grêt dre hon gwall oberou. Mar domp kouezet en eur pec’hed marvel, ar pez hon deus d’ober eo e govez ar c’hentan ar gwellan ; ha ma n’omp ket evit kaout tro d’e govez prim awalc’h, lakomp, da vihanan, ar vertuz a binijen da zigeri dioustu adarre d’hon ene hent ar baradoz. C'houec'hvet devez warn-ugent a Vezeven Sant Yan ha Sant Pôl Merzerien (***-362) Yan ha Pôl a oa daou vreur, ginidik eus a Rom hag a oa o serviji en ti ar brinsez Konstanz, merc'h an impalaer Konstantin, eur gristenez eus ar re wellan. Pa deuas o mestrez da vervel, o vezan n'he devoa bet nemet d'en em veuli aneze, e lôskas gante he holl feadra. Au daou vreur a ouezas lakat ar madou-ze da dalvezout, rak rannan rênt aneze war hanter etre ar beorien hag i. Pa bignas an impalaer Julian war an trôn, e lakas goulenn oute dont da zerviji en e lez, evel m'oant bet en amzer Konstantin hage vugale; mes i a respontas ne oant tamm jalet da vont da zerviji gant eun nac'her-e-Zoue evel Julian, en devoa troet kein da Jezuz-Krist, hen badezet, evit heuilh relijion ar baganed. An impalaer, kounnaret o klevet ar respont-se, a reas kemenn d'eze o doa dek devez d'ober o zonj, ha d'an dekvet, nemet roët o dije o ger da ginnig ezans d'an doueou ha da vont dindannan, e tleent bezan laket d'ar maro. Yan ha Pôl, epad an deveziou-ze, a roas kement o devoa d'ar beorien, evit ma vijent skanvoc'h da nijal etrezek an Otrou Doue, ha m'o dije mignoned da rei an dorn d'eze da bignal war dreujou ar baradoz. D'an dekvet devez, Terensian, unan eus ofiserien vrasan al lez, a yeas d'o c'haout, skeuden an doue Jupiter gantan, hag a c'hourc'hemennas d'eze, en hano an impalaer, plegan o glin diraki; anez, emezan, e oa ar maro war o zeuliou. An daou vreur a oa o pedi, hag a lavaras ec'h adorent Doue a deod hag a spered, ha n'o devoa aon ebet rak ar maro. Terensian, gant aon n'en em zavje ar bobl en e eneb, ma vijent lazet a-well d'an holl, o dibennas raktal en o zi, d'ar 26 a vezeven 362, hag a roas urz d'o sebelian didrousan ma c'helljed. Brudet a oe, zoken, e oant kaset d'an harlu; mes an drouk-sperejou a ziskuilhas ar wirione, rak mab Terensian, perc'hennet e gorf gant an diaoul, a oe pareet e-tal be ar verzerien. Goude ar mirakl-ze, Terensian hag e vab a gredas en Jezuz-Krist hag a c'houlennas ar vadeziant; war a leverer, i eo a skrivas bue ha merzerenti an daou vreur. K E N T E L Ali d'or zervijerien Spered an den a zo ken skanv ma teu a nebeudou, ha hep gouzout d'ezan, kouls lavaret, da gemer plegiou ha doareou ar re ma vev gante. Evelse, e weler tud val ha, pa gouezont en eur barouz digristen, a 'n em goll, ha tud fall ha, pa gouezont en eur barouz kristen, a deu da wellât. C'houi eta hag a renk mont eus ar gêr da c'honid ho para, tôlet evez en ti biou en em gaout. Abarz lammat, gouve pelec'h, Gant aon da derri penn pe vrec'h. Klasket, dreist pep tra, eun ti kristen; n'eo ket an arc'hant a ra an eürusted, ar relijion an hini eo. Seizvet devez warn-ugent a Vezeven SANT IRENE Eskob ha merzer (140-202) Irene a c'hanas en Azi, war-dro ar bla 140, hag a oe skolaet gant sant Polykarp, diskib sant Yan hageskob en Smyrn. Dont a reas, dindan eun hevelep mestr, da vezan gouiziek bras war ar relijion gristen, ha merkan a ra d'imp, en e skridou, an evez a dôle e-unan war ar c'henteliou a gleve : « Gallout a rafen c'hoaz, emezan, diskouez al lec'h mac'h azeze an eskob santel, pa gomze d'imp eus a Zoue. Hen gwelet a ran bepred, hag ar c'homzou a deue eus e c'henou, pa brezege d'ar bobl, a zo skrivet em c'ha-lon. Kaout a ra d'in e glevet o komz eus sant Yan an Avieler, hag eus ar re-all o devoa bet an eurvat da welet Jezuz, pa veve war an douar. Selaou a rên piz an treo-ze holl •; o skrivan a rên en goueled ma c'halon, ha Doue a ra d'in ar c'hras d'o c'haout bepred em spered. » Pa deuas gloar ar verzerenti da zougen sant Polykarp d'ar baradoz, Irène, daoust pegen bras oa e zeskadurez, a zalc'has gant e studiou war ar Skritur Zantel ha war la-variou an Ebestel, hag en doare-ze e teuas da vezan ken barrek da stourm ouz an heretiked, enebourien an diabarz, ha m'oa sant Justin da stourm ouz ar baganed, enebourien an diavêz. Dont a reas da Lyon, elec'h ma oe heleget gant sant Pothin. Er mare-ze, diskibien Montan a glaske silan o hereziou en Bro-C'hall (1); beleien Lyon a gasas Irene da Rom da c'houlenn ouz ar pab Eleuther petra d'ober oute. Sant Pothin, dastumet gantan kurunen ar verzerenti, o vezan deut da vervel, epad ma oa Irene oc'h ober e dro, e oe grêt d'ezan kemer e gador (178). Dre e ouiziegez, e bedennou hag e skoueriou, e lakas holl gêriz Lyon, hag eleiz a dud-all gante, da drei kein da Zatan ha da zigemer relijion Jezuz-Krist. Lakat a reas ive ar peuc'h etre kristenien ar zav-heol ha re ar c'huz-heol, ne oant ket evit 'n em glevet war an devez da ober gouel Fask. Gouzanv a reas ar verzerenti, er bla 202, en amzer Septim-Sever. Eleiz a skridou a zavas, mes an darn vrasan aneze a zo et da goll; gwellan zo, ar «Pemp levr eneb an hereziou» a zo deut betek ennomp. (1) Montan a oa eun assyrian, a glaskas sevel eur relijion neve, war-dro ar bla 172 goude donedigez Hon Zalver, abalamour ma ne gave ket, war e veno, striz awalc'h ar relijion gristen. K E N T E L Ar Skritur-Zakr ha Kelennadurez an lliz Komzou Doue o deus daou hent da zont betek ennomp : ar Skritur-Zakr ha kelennadurez an lliz. Hon Zalver Jezuz-Krist ne skrivas netra e-unan, ha pa gargas an Ebestel da zerc'hel gant e labour, ne lavaras ket d'eze: «Skrivet levriou ha kaset aneze dre ar bed »; mes lavaret a reas : « Prezeget war an toennou ar pez am eus lavaret d'ec'h. » Dre-ze eo anat e felle d'Hon Zalver gwelet e gelennadurez o vezan embannet dre gomz kentoc'h eget dre skrid. Epad dek vla, da nebeutan, an lliz he deus bevet heb Aviel, ha gallet he dije derc'hel da vezan en doare-ze. Setu petra skriv sant Irene e-unan : « Maze, emezan, en deus skrivet eun Aviel, en yez ar Judevien, epad ma oa Per ha Pôl o prezek en Rom hag o tiazezan enni an lliz. Goude-ze, Mark, diskib hag hanterour Per, a lakas dre skrid kelennadurez an abostol-ze, ha Lukas, diskib Pôl, a skrivas en eul levr an Aviel a brezege e vestr. Erfin, Yan, an diskib muian-karet, an hini a ziskuize war galon an Otrou, a skrivas ive eun Aviel, epad ma oa o chom en Ephes, en Azi... Bezan 'z eus eta pevar Aviel, na muioc'h na nebeutoc'h. - Mes ha goude n'o dije an Ebestel lezet pennad skrid ebet war o lerc'h, daoust ha ne vije ket bet dleet, memes tra, heuilh o c'helennadurez, prezeget d'imp gant ar re m'o deus fiziet enne gouarnamant an illzou ? - Eo, rak ar Spered-Santel n'en deus ezom na paper na liou evit embann dre ar bed kelennadurez ar zilvidigez. Evit anaout ar gwir fe, awalc'h eo anaout kelennadurez lliz Rom, Iliz-meur, mar zo unan, koz, mar zo unan, brudet, mar zo unan, diazezet gant an daou abostol glorius Per ha Pôl. Enni eo e virer kelennadurez an Ebestel. Eizvet devez warn-ugent a Vezeven SANT LEON II Pab (682-683) Da varo ar Pab Agathon, Kador sant Per a chomas goullo eur bla, seiz miz ha pemp devez, betek ma pignas warnezi ar pab Leon, eil eus an hano. Ginidik oa eus an Abruz; gouiziek oa ha santel, ha trei a reas an holl war hent ar baradoz, ken dre e gomzou, ken dre e skoueriou. Embann a reas kemennadurez konsil-meur Konstantinopl. Bezan e oe tad ar beorien, an intanvezed hag an emzivaded; preder a gemeras da gaerât ar c'han-iliz. Arc'heskibien Ravenn a gave diês plegan dirak Kador sant Per. Gourc'hemenn a reas n'hallje hiviziken hini ebet aneze ober netra eus ar pez a oa en o c'harg, ken na vijent bet kavet mat, da gentan, gant eskob Rom. Karet oa gant an holl; gwasan a oe, ne chomas da c'houarn an lliz nemet dek miz ha seitek devez; mervel a reas d'an 28 a vezeven 683, ha sebeliet a oe en iliz Sant-Per. Eun nebeut deiou hepken arôk e varo, e krouas nao beleg, tri avieler ha tri-warn-ugent eskob. K E N T E L Petra ra Per en Rom Micher ar pab a zo dreist pep micher : kelenn ar sperejou ha reizan ar c'halonou. Micher Per eo lavaret d'an dud ar pez a dleont da gredi ha da ober evit bezan salvet. Da gentan, micher ar pab eo kelenn ar sperejou. Spered an den a zo berwelet, es da gas ha da zigas, es da douelli; ezorn en deus e teufe unan d'e gelenn en hanv Doue, da lavaret eo, d'e gelenn en eun doare difazi : ar pab eo ar c'helenner-ze. Gwechall, pep tra a oa Doue evit an den, nemet Doue e-unan : ar pab a ro d'an den anaoudegez ar gwir Doue. Gwechall, an den a oa kouezet eus e renk en renk al loened mut : ar pab a ro d'an den anaoudegez warnan e-unan. Gwechall, Doue hag an den, ar C'hrouer hag ar c'hrouadur, n'en em zarempredent ket : ar pab a lak an den da anaout Doue evit e Grouer hag e Dad. Micher ar pab eo kelenn ar sperejou, hag an dra-ze eo an hanter êsan eus e labour : reizan ar c'halonou eo an hanter-all, hag eno eo eman an dalc'h. Alïes awalc'h, ar spered a wel ar pez a zo d'ober, hag ar galon n'he deus ket a nerz d'hen ober. Koulskoude, aman c'hoaz, ar pab a deu a benn eus al labour vras fiziet ennan, ha burzudus eo gwelet eun den koz eveltan, n'en deus en e gichen nag archerien, na soudarded, na kanoliou, na prizoniou evit kastizan ar re a zizent, o kaout kement a dud, evel m'en deus, o senti ouz e c'hourc'hemennou. Goulenn a ra sentidigez ouz kement pobl a dôl troad war an douar, nag an dud vrasan, an dud vrudetan, an dud uhelan dre o spered hag o c'halon, a bleg d'ezan dre zoujanz ha dre garante. Reizer ar c'halonou, kelenner ar sperejou, setu petra eo bet ha petra eo ar pab. Eus paganed goue, eun danjer hag eun donjer bevan en o zouez, en deus grêt eur ouenn dud seven ha seder; eus barbared a rede broiou ar c'huz-heol, ar skod-tân en eun dorn hag ar c'hleze en eun dorn-all, en deus grêt tud henvel ouz tud. Ar pabed eo o deus kavet, karet, miret ha kresket an deskadurez : epad 1800 vla, n'oa nemete o kas ar skoliou endro, ha mar zo kement a gemm, en de a hirie, evit ar galon hag evit ar spered, etre tud an Europ ha tud ar broiou-all eus an douar, petra zo kiriek da ze, nernet n'eus ket tapet ar pab c'hoaz labourt kalz an tachennou a zo pell diouz e gêr. Navet devez warn-ugent a Vezeven Per ha Pôl O Rom eürus, ken kaer ont ruziet gant gwad prinsed an Ebestel, ma n'eus gened ebet war an douar par d'az hini. Per ha Pôl eo a zigasas ar c'helou mat da Rom; hag eus mestrez ar gaou ma oa betek neuze, e rejont anezi mignonez ar wirione. Per a 'n em gavas enni er bla 42, hag a stagas dioustu da c'honid ineou da Jezuz-Krist. Judevien Sezare, o vezan kaset Pôl d'al lez-varn, heman a c'houlennas ma vije kaset e afer da Rom, dirak an impalaer, hag en doare-ze en em gavas, d'e dro, en kêr-benn ar bed, er bla 62. Gonid a reas e brosez ha rei a reas an dorn da zant Per da gas e-touez ar Romaned anaoudegez ha karante Jezuz-Krist. D'an 19 a viz gouere 64, eun tan gwall spontus a grogas en Rom, a badas nao devez hag a devas dek karter war bevarzek a oa en kêr. An impalaer Néron a lavared eo en devoa grêt an tol, evit ma vije savet d'ezan, war dismantrou ar gêr goz, eur gêr neve skedusoc'h. Bec'h a zavas warnan; o welet e oa o vont da vezan tapet, e tamallas ar Judevien. Ar re-man, d'o zro, a stlapas ar zam war ar gristenien, hag en doare-ze e tirollas ar brezel kentan en o eneb. Darn a veze gwriet krec'hen loened warneze, ha tôlet d'ar chas da zrailhan, darn-all a veze staget ouz ar groaz; darn-all, goloët a beg, a veze laket an tan enne da sklerijennan liorzou an impalaer epad an noz. O maro a zoueze ar baganed, evel m'hen gwelomp dre eur pennad lizer skrivet gant an doktor Senek, unan aneze, a lavare d'eur mignon d'ezan gouzanv e glenved gant pasianted : « Rak, emezan, petra eo ar c'hlenved-ze, en kichen an tan, ar marc'h koat, al laonennou ruziet laket war ar gouliou o parean, evit o neveät hag o dônaat. En kreiz ar poaniou-ze, unan bennak n'en deus ket klemmet, nebeut eo an dra-ze ; n'en deus ket pedet, nebeut eo an dra-ze. Mousc'hoarzin en deus grêt, ha mousc'hoarzin a galon vat. » Senek en devoa gwelet tud o vervel, mes n'en devoa ket gwelet a dud o vervel, evel ma varve ar verzerien. Per ha Pôl, prinsed an lliz, a oe laket d'ar maro er mêmes devez, d'an 20 a vezeven 67. Per a oe staget ouz ar groaz hag a c'houlennas ma vije laket e benn d'an traou. Pôl a oe dibennet. Korf sant Per a oe sebeliet en harz tosen ar Vatikan; hini sant Pôl war hent Osti. Konstantin, ar c'hentan impalaer kristen, a reas sevel ilizou kaer war o beziou. K E N T E L Petra rêr ouz ar Pab Ar pab eo an den a gomzer ar muian anezan war an douar. Ar pab eo an den e komzer ar muian outan war an douar. Ar pab eo an den a zo karet ar muian war an douar. Ar pab eo an den a zo kasaet ar muian war an douar. Da gentan, ar pab eo an den a gomzer ar muian anezan war an douar. An holl a gomz eus ar pab, ar re a zent outan hag ar re ne reont ket; holl e komzont anezan. Komz a rêr anezan en ilizou, en tachennou, en tiegeziou, en Kamprou kannaded ar vro, er c'hazetennou, dre-oll; kement komz a goue eus e c'henou a ve dastumet hag embannet; kement skrid a goue eus e bluen a ve moulet hag embannet : ar pab eo an den a gomzer ar muian anezan war au douar. Ar pab eo an den e komzer ar muian outan. Nag a dud a ya d'e welet ! Bemde ha bemde eman o tigemer unan pe uuan; kristenien a deu d'e gaout dre zevosion, ha paganed o deve c'hoant d'ober anaoudegez hag emgleo gant an den burzudus mac'h eo. Pa ro eur Jubile, n'eo ket a vilierou eo e konter an dud a ya d'e welet, a gant milieriou eo : er bla 1900, 500.000 den a yeas da bardonan da Rom. Nag a dud ha, hep mont da welet ar pab, a skriv d'ezan ! Roue an Itali, hag en deus kredet diazezan e drôn e-tal e hini, a 'n em gav bemde gantan, war-dro 4 pe 500 lizer; prezidant ar Republik en Frans, 'tre 500 ha 600; impalaer an Alamagn, 'tre 600 ha 700; impalaer ar Rusi, 'tre 900 ha 1.000; roue Bro-Zôz, 'tre 3 000 ha 5.000; pell emaint holl war-lerc'h ar pab, a 'n em gav gantan, well-waz, bemde, 'tre 20.000 ha 25.000 lizer. Ar pab eo an den e komzer ar muian outan war au douar. Ar pab eo an den a zo karet ar muian war an douar. « An neb am c'har a vir ma gourc'hemenuou, » a lavare Jezuz-Krist. Mat, gourc'hemennou piou war an douar a zo heuilhet evel re ar pab ? Ha heuilhet int, n'eo ket dre aon, mes dre garante. Breman zo 50 vla, pa oe gwall-gaset ar pab en Rom, nag a bôtred yaouank a yeas eus ar vro-man hag a roas laouen o gwad evit e zifenn ! Kastelfidardo, Ankon ha Mentana (1) a zo hanoiou hag a bado keit hag ar bed, hag e-touez ar re a zo dizroet eus ar brezeliou-ze, hag a zo c'hoaz beo en de a hirie, daoust ha bez' ez eus unan aneze goest da glevet hano ar pab, hep ma vervfe ar gwad en e galon, ha hep ma tarzfe an daerou en e zaoulagad ? Nan, n'eus ket unan. Pegouls e ve êsoc'h ober tro an iliz eget pa vezer o kestal evit Diner Sant Per ? Au holl, bras ha bihan, a ro laouen ueuze ar pezig a c'hellont da ziouered evit sikour ar pab da gas e labour endro dre ar bed. Ar pab eo an den a zo karet ar muian war an douar. Perak ? Abalamour m'eo an tad : papa, an Tad Santel. Perak c'hoaz ? Setu aman. Eun de, eun eskob eus hon bro, an ôtrou de Segur, a yeas da Rom, hag epad an nebeut deiou a dremenas er gêr zanlel-ze, e c'hoarvezas ganlan mont d'ober eur bale war ar mêz, hag e kavas war e hent eur pôtr bihan o vesât e loened; hag an ôtrou 'n Eskob, evit gwelet peseurt deskadurez en devoa ar c'hrouadur-ze war e relijion, ha goulenn digantan : « Lavar d'in 'ta, mabig. petra eo ar pab ?» — « Ar pab, ôtrou, eme, kerkent, ar bugel, dizolo e benn ha ken dinec'h ha tra, ar pab eo Jezuz-Krist war an douar. » Re wir oa respont ar bugel-ze. Ya, ar pab eo Jezuz-Krist war an douar; ha setu perak eo karet evel mac'h eo, ha setu perak ive eo kasaet evel mac'h eo. Ar pab a zo kasaet. Komz a renk, pa wel ar gaou kemeret evit ar gwir, an droug evil ar vad; komz a renk, ha ne rafe ket e zever o chom sioul, rak tu a rofe d'ar gaou ha d'an droug d'en em astenn; komz a renk, hag e gomzou, ma plijont da zarn, a zisplij da zarn-all, hag hen diskouez a reont d'ezan, rak skoet eo bet, laeret eo bet, prizoniet eo bet, lazet eo bet, ha daoust da ze e vev bepred. Dalc'het en deus penn da bennou brasan ar bed, ha pennou brasan ar bed (2) a zo deut da stoui dirazan. Kant gwech ez eus lavaret e oa grêt gantan, e oa sebeliet evit bepred, ha kant gwech eo en em ziskouezet 'us d'e ve skedusoc'h evit biskoaz. 264 gwech en deus chenchet hano ha chenchet doare. Abaoue m'eman war e Gador, nag a drôniou diskaret, nag a rouanteleziou dismantret, nag a lignezou bras didroadet ! Kador pesketour ar Galile, Daoust d'an amzer ha d'ar re fall, A chom atô sonn ha divrall. Difennour bras Iverzon, an den brudet O. Connell, a varvas breman zo tri-ugent vla, en Jen, en eur vont da Rom. Dre destamant, e roas E gorf d'e vro, E galon da Rom, E ine d'an nenv. E galon da Rom ! Ya, eno eman an dalc'h. Karomp ar pab, roomp d'ezan hon c'halon, hon feden hag hon aluzen : ar pab eo eskob an eskibien, ha tad an holl gristenien; ar pab eo Jezuz-Krist war an douar. Karomp ar pab. (1) Kastelfidardo. 18 a viz gwerigolo 1860 : Ankon. 30 a vin gwengolo 1860 ; Montana, 3 a viz du 1867. (2) Napoleon ha Bismarck ; ne hanvan nemet ar re marvet en divezan Tregontvet devez a Vezeven SANT POL Abostol ar Baganed Paul, enebour kounnaret ar gristenien, gonezet d'ar gwir fe war hent Damas, a deuas da vezan an hini a c'houzanvas ar muian, marteze, evit brudan dre ar bed relijion Jezuz-Krist. Mont a reas, da gentan, da enezen Chypr; eno e konvertisas ar gouarner Pôl hag e kemeras e hano. Adalek neuze, betek e varo, da lavaret eo, epad tri bla warn-ugent, e oe prezeger ar wirione dre ar bed holl; redek a reas an Azi izelan, ar Masedoan, ar Gtres, an Itali, ar Spagn. Lavaret a ra d'imp, en unan eus e liziri, ar reuziou a gavas war e hent : « A-benn pemp gwech, emezan, am eus bet nao dôl skourje ha tregont digant ar Judevien, ter gwech on bet skoet a dôliou gwial, eur wech a dôliou mein, ter gwech am eus grêt pense (1), eun devez hag eun nozvez on bet kollet war ar mor; ha nag a zanjeriou a-hendall, danjeriou war ar stêriou, danjeriou a-beurz al laeron, danjeriou a-beurz ar Judevien, danjeriou a-beurz ar baganed, danjeriou er c'hêriou, danjeriou war ar mêziou, danjeriou war ar mor, danjeriou a-beurz ar gristenien fall; ha nag a labour, nag a skuizder, nag a naon, nag a zec'hed, nag a yuniou, nag a yenien, nag a zienez; hag en tu-hont d'ar boan gorf-ze, laket ar boan-spered am boa gant an holl ilizou. » Gwir en devoa da lavaret arôk mervel : « Stourmet am eus ha stourmet mat, en em gavet on en penn ma hent, miret am eus ma fe. Gedal a ran breman ar gurunen am eus gonezet hag a roio d'in ma barner, en e lealded. » Douget a oe, eun de, betek barr an nenv, ne ouie ket e-unan pe gant e gorf, pe heb e gorf, hag eno e klevas hag e welas treo ha n'hall ket teod an den komz aneze, kement emaint dreist traou ar bed-man. Koulskoude, Doue, evit miret outan d'en em goll gant al lorc'h, en devoa lôsket gant Satan ar c'halloud da vroudan e gorf evit e zougen d'ar pec'hed. A-benn ter gwech e pedas Hon Zalver da bellàt dioutan an drouk-êl, ha Jezuz arespontas : «Ma gras az pezo, hag awalc'h eo; 'barz an dentasion eo e par ar vertu. » Kleze ar verzerenti a lakas ar gurunen aour war e dâl, kurunen ar zantelez, an enor hag an nerz. (1) Pense, naufrage. K E N T E L Kalon Pôl oa kalon ar C'hrist Sant Pôl, pebez den ! Estlammus eo ar pez en deus grêt evit kas dre ar bed anaoudegez ha karante Jezuz-Krist. Stourm a reas betek ar maro evit ar wirione; e dâl a oa kaletoc'h eget an dir; e galon krenvoc'h eget kasoni ar bed holl; goude bezan roët da Zoue e zanve, e spered, e galon, e amzer, kement a c'halle rei, eo en em roët e-unan; pebez karante ! Bevan rê, nan, n'eo ket hen eo a veve, ar C'hrist eo a veve ennan : pebez santelez ! Petra omp-ni en kenver ze ? Daoust ha n'eo ket skornet hon c'halon evit an Otrou Doue ? Hag eun dra bennak a reomp evit astenn e rouantelez dre ar bed ? Hag anaout a reomp, eun tamm bennak, hon relijion ? Ha gouzout a reomp perak eo red d'imp he heuilh ? Petra c'hourc'hemenn da gredi ? Petra c'hourc'hemenn d'ober ? Eun dra hepken zo red : kredi en Jezuz-Krist ha reizan hon bue herve ar greden-ze. An hini a anave Jezuz-Krist, goude n'oufe netra-all ebet, a oar trawalc'h; an hini ne anave ket Jezuz-Krist, nag e oufe pep tra, en gwirione ne oar netra holl. Miz Gouere PELERINACHOU HA PARDONIOU Dor zantel ar pardoniou a zo digor. Breiziz a zo war bale, dre Argoad hag Arvor, evit enori o zent patron. Adalek gouel sant Erwan Landreger, en miz mae, betek hini sant Sebastian, en miz here, chapeled ar pardoniou a zo dirollet, gant devosion, greunen ha greunen, unan bras, gwech an amzer, e-touez ar re vihan. En kichen pelerinachou brudet Gwenqamp, Landreger, Rostren, Bulat, gant o ilizou burzudus, kêriou bodet endro d'eze, eman re sant Iltud, sant Alor, sant Samson, sant Herbot, ha kalz re-all, gant o chapeliou kuzet en draouien pe er brouskoad, elec'h ma sav, war an dro, trezek an ne, kân an evn ha peden ar pelerin. Bras ha bihan, holl int karet, holl int pleustret, pardoniou Breiz-Izel, rak da gement sant a ve enoret enne, ar Vretoned a zo dleour eus eur vad bennak, mad o c'horf, mad o ene, mad o Bro. Ar c'hentan hag ar muian doujet gwechall, pa oa Breiz-Izel mestr d'ezi he-unan, a oa re ar Seiz Sant : Sant-Malo, Dol, Sant-Brieg, Landreger, Kastel-Pôl, Kemper ha Gwened. D'o enori, Breiziz a rê eur pelerinaj hanvet Tro-Breiz, dre ma rê an dud, kouls lavaret, tro ar Vro a-bez. A vagadou e rênt an hent hirr-ze, rak, en amzer goz, e oa dies beaji. Ne oa het a henchou-houarn evel breman; war droad ez aed pe war varc'h. Chapeliou a oa bet savet war vord an hent, hag ar belerined a gave enne diskuiz ha gwasked evit an noz. Pegen brao ne oa ket gwelet bagadou Bretoned o kerzet evelse, en eur bedi hag en eur ganan kantihou ar vro, war roudou o zent hoz ! Ha pa vijer arru en penn an hent : Oh ! pebez stad a yije en o c'halonou paour, P'arruent en ilizou, dirak an irc'hier aour, Lec'h ma kouske relegou ar Seiz Sant binniget, ! Nag a gân, nag a beden 'vije d'e kinniget ! Evel ma lavar c'hoaz ar Barz : Dudiusan tôl-lagad, gwelet Breiz a-bez-kaer O kanan, 'hed an henchou, o pedi, en peb kêr, Ar Seiz Sant o devoa ne dihunet d'ar vue, Hag a zo ouz he gortoz breman dirak Doue ! Pedomp Doue ma viro Breiz, dinam, ar gened a deu d'ezi eus he fardoniou, ma vo gwelet eun de o adpleustran adarre ar gwenojennou hoz. Ha neuze, dindan gwarez ar Seiz Sant binniget, E savo Breiz uheloc'h he fenn pell 'zo pleget ; Ha, distroet 'n be c'halon, gwad glàn he yaouankiz, E talc'ho mat d'he giziou, d'he yez ha d'he frankiz. (1) (1) Diouz kazeten Kroaz ar Vretoned. Kentan devez a viz Gouere An Itron-Varia Wir-Zikour Gwechall (1) e oa en Gwengamp eur vreuriez hanvet ar Vreuriez wenn, evit stagan, dre ar garante, an dud a bep renk, da lavaret eo, an dud a iliz, an noblanz hag ar bobl. Eur banniel o devoa, ha warni eur fun a der neuden, gant ar geriou-man dindan : « Eun tri neud a zo diès da derri. » Ar Vreuriez wenn he devoa ive eur batronez hag a oa ar Werc'hez, hag eur gouel bras d'an eil devez a viz gouere. En devez-ze, e veze induljansou da c'honid evit kement hini a bede en iliz ar Vreuriez, ar pez a zigase eno eleiz a dud diwar-dro. Gant an amzer, e kreskas niver ar belerined, ha breman, da ze ar pardon, a 'n em gav d'ar zadorn arôk ar zul kentan a viz gouere, e rêr bep bla, en noz, eur prosesion hag a weler ennan ouspen dek mil pardoner, peb a c'holo gante, o vont dre ruiou kêr, en eur ganan meuleudiou an Itron-Varia Wir-Zikour. Er bla 1857, Hon Tad Santel ar Pab Pi IX, evit kreski an devosion en kenver Patronez ar Vreuriez wenn, a gasas diou gurunen aour da berson Gwengamp : unan evit ar Werc'hez, eben evit he Mabig, ha d'an 8 a viz gwengolo, er mêmes blavez, an ôtrou Le Mée, eskob Sant-Brieg, en hano ar pab, a gurunas an Itron-Varia Wir-Zikour. An devez-ze a oe eun devez kaer evit Gwengampiz. War lein an iliz, er ruiou, ouz an tier, ne veze gwelet nemet drapoiou, glazvez ha garlanteziou; ar belerined, daoust d'ar gwall-amzer, a zirede a bep tu a vandennadou, hag ar parouziou a ziwar-dro a deue, an eil war-lerc'h eben, gant o c'hroaziou hag o banielou, en eur ganan meuleudiou ar Werc'hez Vari. An oferen-bred a oe kanet gant eun eskob, hag an iliz ne oe ket bras awalc'h evit an dud. Goude ar gousperou, e oe grêt eur prosesion en kêr, hag an Itron-Varia Wir-Zikour, douget gant eiz beleg, a yeas er-mêz eus he iliz. En he rôk ec'h ee, daou ha daou, ar re a oa en eur vreuriez bennak, ha leanezed a beb Urz hag a bep bro; endro d'ezi, ouspen c'houec'h kant beleg ha pemp eskob; war o lerc'h, eur bobl a belerined hag a 'n em zastumas war blasen vras ar vali. Eno e oe diazezet ar Werc'hez war eun ôter uhel, hag an eskibien a zavas da lakat ar gurunen war he fenn. Kerkent e oe tennet ar c'hanol; ar c'hleier a zonas. An heol, goloët betek neuze gant ar c'houmoul, a zispakas e vannou skedus, hag an Itron-Varia Wir-Zikour, gant he mantel arc'hant hag he c'hurunen aour, a 'n em ziskouezas d'he bugale, kaer evel eur rouanez. Goude-ze e oe kaset endro d'an iliz, en eur ganan an Te Deum. Mer Gwengamp, a-beurz kêriz, a zigasas eur c'holaouen ar c'haeran d'ar Werc'hez kurunet. D'an 8 a viz gwengolo 1910, eo bet grêt en Gwengamp gouel an hanter-kantved bla abaoue m'oa bet kurunet an Itron-Varia Wir-Zikour, hag anat eo bet eno d'an holl ec'h a devosion ar Vretoned d'o Mamm vat, war gresk a-dreuz ar c'hantvejou. 12 eskob, 30 prosesion, 700 beleg, 30.000 den a oa diredet d'ar pardon bras-ze. An oferen-bred a oe kanet en kreiz ar vali, ha goude an Aviel, an ôtrou Dubourg, arc'heskob Roazon, a reas en brezoneg meuleudi an Itron-Varia ha hini he zervijer Charlez Bleiz, a enored ive en de-ze : « Breman tri bla ha hanter-kant, emezan, Breiz-Izel a oa deut da bardonan da Wengamp evit kurunedigez ar Werc'hez. Eleiz eus ar re a oa deut en de-ze a zo êt da welet o Mamm d'ar baradoz : mes ar fe a verve en o c'halon en deus digaset hirie o bugale da lidan ar memes gouel. Tregont mil kalon, bodet, strollet, stardet evel mellou eur chaden, setu ar prof hag ar gurunen a ginniget hirie d'an Itron-Varia Wir-Zikour, Notre-Dame de Vrai-Secours, n'eo ket Bon-Secours, evel ma lavar ar galleg. » En tu-hont d'an Itron-Varia Wir-Zikour, deut oc'h ive da enori Charlez Bleiz, duk Breiz ha komt Gwengamp. En Blois e oa ganet, mes e galon a zo chomet en hon zouez, hag a drid hirie, dre vertu al lidou-man grêt evit an Itron-Varia hag evitan. Charlez Bleiz en deus poaniet epad e vue, hag en kreiz pep seurt trubuilhou, evit difenn e e wir. Mervel a reas dindan ar bec'h. Stourmomp garo eveltan, holl a-unan, evit difenn hon gwiriou a Vretoned hag a gristenien. » Dalc'het d'ho fe, Bretoned an argoad ! » Dalc'het d'ho fe, Bretoned an arvor ! » Bezet Bleizi en kreiz an emgann, ha miret dinam hoc'h enor, herve ger koz hon tadou : « Kentoc'h mervel eget en em gailhari ! » An Itron-Varia Wir-Zikour a zo enoret ive en parouz Plounez, elec'h m'he deus eur pardon, an eil zul a viz gouere. N'eus ket en Goelo eur pardon ken brudet nag eur prosesion ken kaer. Milierou a belerined a 'n em gav en Plounez, d'ar zadorn arôk, 'benn ar gousperou kentan. D'ar zul, ar Werc'hez, gwisket evel eur rouanez, a ra tro ar prosesion douget war diskoa martoloded Plounez. Pardon Gwir-Zikour an eus miret c'hoaz en he bleun gened kristen ar pardoniou gwechall. (2) Hirie e rêr c'hoaz gouel sant Launeuk, hanvet ive Leonor, Lunaire, Lormel, ginidik eus Bro-Geumru, hag a deuas da chom en Breiz-Izel, e kerz ar VIet kantved, demdost d'ar mor ha da stêr ar Rans. Goude bezan prezeget d'ar baganed, e oe hanvet eskob en Aleth, eur gêr hag a oa 'lec'h ma 'man breman Sant-Servan. Sant Launeuk a roas skoazel da Judual, mab Iona, prins an Domnone, da dec'hel arôk muntrer e dad, ar prins Konomor. Bezan eo ar zant-màn patron meur a iliz hag a chapel en Breiz-Uhel. Pedet eo evit an drouk-daoulagad. (1) An A. Chatton, Levr Bugale Mari. (2) Epad ar Revolusion vras, pardon Gwir-Zikour a oe grèt, bep bla, en Plounez. Er bla 1791, mer Plounez, e hano Maignou, a zigemennie da vêr Pempoul dont gant e gonsailh d'ar prosesion, ha d'an ofiserien ha d'ar zoudarded a oa en kêr digas gante o fuzuliou.— « Breudeur, oe respontet d'ezan, arru vefomp holl en koulz. » BOKED O Itron-Varia, bezet, evidomp holl, Gwerc'hez ar Gwir-Zikour. Dalc'het ar fe 'n hon c'hreiz Hag ar giziou koz ; War an Iliz, war Breiz Skuilhet ho pennoz. Eilvet devez a viz Gouere Ar Werc'hez Vari o vont da welet he c'hinitervez santez Elisabeth Ar mor a levenez a veuzas kalon an Itron-Varia pa lavaras an êl d'ezi e lake Doue war he zâl an diou gurunen a Vamm hag a Werc'hez, ne reas ket d'ezi ankouât e gomzou divezan diwar-benn Elisabeth. Rak-se, dal ma kavas he zu, ec'h eas en hent, hag e reas, war eun azenez, marvat, an ter pe beder leo ha tregont a oa etre Nazareth, he c'heriaden, ha Youtta, hini he c'hinitervez, hag o vezan êt en ti Zakarias, e saludas Elisabeth. Kerkent ma klevas houman salud Mari, e oe leuniet gant ar Spered-Santel; he c'hrouadur a dridas en he c'hreiz, hag e lavaras gant eur vouez krenv : - Binniget oc'h dreist an holl gwrage, ha binniget eo ar krouez eus ho korf. »Hag eus a belec'h e teu kement-man d'in, ma teu Mamm ma Otrou betek ennon ? Rak kerkent ha m'eo bet skoet ma diskouarn gant ho mouez ouz ma saludi, ma bugel en deus tridet gant levenez em c'hreiz. Eürus oc'h pa hoc'h eus kredet, rak digouezet eo kement a zo bet lavaret d'ec'h eus a-beurz an Otrou. » Ha Mari, en eur Magnificat a darze eus goueled he c'halon, a veulas Doue, abalamour d'e vadelezou en he c'henver, abalamour d'e varnedigez war ar bed, hag abalamour d'e drugare en kenver Israël, skeuden an Iliz da zont : - Ma ine a veul an Otrou, ha ma spered en deus tridet gant ar joa, en Doue ma Zalver. »Rak tôlet en deus e zaoulagad war izelded e zervijerez : ha setu, dre ze, an holl boblou hiviziken am galvo eurus. »An hini zo galloudus en deus grêt treo vras em c'henver, hag e hano a zo santel. »E drugare a 'n em astenn a rumm da rumm, war gement hini a vev en e zoujanz. »Diskouezet en deus galloud e vrec'h : kaset en deus da netra ar re a oa lorc'hus mennoziou o c'halon. »Diskaret en deus ar re vras diwar o zrôn ; ha savet en deus ar re dister. »Karget en deus a vadou ar re o devoa naon, ha kaset en goullo ar re a oa pinvidik. » Savet en deus Israël e zervijer, deut sonj d'ezan eus e drugare. »Herve m'en devoa lavaret d'hon tadou, da Abraham ha d'e ouenn evit bepred. » Hogen, Mari a chômas war-dro tri miz gant Elisabeth, ha neuze e tistroas d'he c'hêr. BOKED Ma karet an Itron-Varia ha ma fell d'ec'h bezan karet ganti, bezet izel a galon : izelded a galon ar Werc'hez a lufre dre ar sioulder a ouïe miret, ha muioc'h c'hoaz dre ar c'homzou a lavare d'an arc'hêl Gabriel ha da zantez Elisabeth. SANT BERNARD. Trede devez a viz Gouere SAINT GURTHIERN Manac’h, VIet kantved Gurthiern a oa mab d’eur roue eus Breiz-Veur uhelan. En eur brezel, daoust ma ne glaske tamm ebet hen ober, e lazas eun niz d’ezan, mab d’e c’hoar, hag a gare kalz. Neuze, evit en em gastizan da vezan bet ken dievez, e lakas en e benn mont d’ober pinijen ar rest eus e vue. En em denn a reas, da gentan, en eun draouien oue, a dreuze eur stêr yen-skorn. Bemde ha bep noz en em dôle en dour ar stêr-ze, hag e chôme goude-ze azezet war eur garreg, da lavaret e litaniou, da c’hortoz e izili da zec’han. Eur brezelour eus e vro a ’n em gavas eun devez da gouezan warnan hag a glaskas e zigas endro da di e dad. Gurthiern a dreuzas neuze Breiz-Veur eus an eil penn d’egile ; digouezet en Bro-Gerne, e-tal ar stêr Tamer, e chomas eno eur pennad. O welet eur vag oc’h ober hent etrezek Breiz-Izel, e c’houlennas pignal ebarz, hag en doare-ze e oe douget betek enez Groe. Eno e reas e ziskenn. Koulskoude, Gwenediz a deuas buhan da anaout e zantelez, hag a vrudas anezi e-touez ar Gerneviz, o amezeien. Gralon oa neuze roue en Kemper. Aboue m’oa bet kelennet gant e vignon sant Gwennole, ne glaske nemet an tu da rei d’anaout, muian m’hallje, ar relijion gristen en e rouantelez. Dont a reas a benn da lakat Gurthiern da zont da chom etre an Izol hag an Elle, elec’h m’eman breman kêr goant Kemperle, hanvet an aour ôd, er mare-ze. Eno, an den santel a ’n em roas d’an oberou a drugare ; e bedennou o devoa ar c’halloud da barean ar c’hlenvejou. E di a deuas da vezan minihi holl dud reuzeudik ar vro ; d’an disteran ma vezed nec’het, e tireded d’en em erbedi ouz ar zant. Eur blavez, Gwenediz a oa ar gernez o vont da gouezan warne, kement a brenved a oa o tagan an ed ; Gwerok, roue ar vro, pa welas ar pez a c’hoarveze, a gasas tri gannad, Goudoual, Katuoz ha Kadour, da c’houlenn skoazel ouz Gurthiern. Heman a gemeras true ouz e genvroïz ; teuler a reas dour binniget war o douarou ; kerkent, ar prenved a varvas hag an eost a oe mat. Gwerok, evit e drugarekât eus ar vad en devoa grêt d’e rouantelez, a roas d’ezan eur c’horniad douar, en tu kle d’ar Blanoez, en parouz Kervignag, el lec’h a hanver c’hoaz, en de a hirie, Lok-Gourhien. Eno e varvas an den santel, en blaveziou kentan ar VIet kantved, hag eno e oe sebeliet. Pa deuas an Normaned d’ober treuz en Breiz-Izel, e oe douget e relegou da enez Groe, elec’h ma oent kavet en XIet kantved. Sant Gurthiern eo patron parouz Langolen, en eskopti Kerne. Er plas m’eo bet o chom en Kemperle, eo bet savet, a c’houde, abati vrudet « ar Groaz Santel. » BOKED Karet ar sioulder, rak hi eo mamm ar beden hag ar c’hlanded. SANT BONAVANTUR. Ar sioulder eo êl-mirer ar gwir devosion. SANTEZ SKOLASTIKA Pevare devez a viz Gouere SANT ULRIK Eskob Augsbourk (893-973) Ulrik, ganet er bla 893, a oe savet en abati Sant-Gall, ha hanvet, d'e vla ha tregont, eskob en Augsbourk. Gouezidi a oa o paouez bezan bet oc'h ober eun dro er vro, hag o devoa hadet en e eskopti ar freuz hag an dismantr. Kentan tra a reas an eskob neve a oe sevel eun iliz ha rei d'an dud a oa tôlet war an douar noaz, peadra da zevel eus o dienez. Lakat a reas ive sevel, endro da gêr, mogeriou ledan hag uhel, evit miret ouz ar gouezidi d'ober ken kement a c'haou ouz Augsbourkiz evel m'o devoa grêt. Nag an amzer fall, nag an henchou diês, nag ar rederien-bro ne virent outan d'ober tro e eskopti bep bla. Bep c'houec'h miz, e vode e veleien endro d'ezan, evit en em glevet gante war an doare da gas an eskopti endro. Doue a vinnigas ar boan a gemere da lakat ar zantelez da vleunian en eneou a oa en e garg, ha hepdale, e oe gwelet eur wellaën vras, ken en Augsbourk, ken er parouziou-all tro-war-dro. War ze, e savas brezel etre an impalaer Othon hag e vab Ludolph; Ulrik a labouras kement d'o unani ma teuas enfin a benn eus e dôl, hag en doare-ze e lakas ar peuc'h en Alamagn a-bez (954). Siouaz, ne chomjod ket pell evelse; er bla war-lerc'h, gouezidi an Hongri a gouezas adarre war Augsbourk, ken bras an niver aneze ma n'en devoa ar c'hosan den a oa war an douar gwelet arme ebet par d'o hini. Ulrik a lakas eflzianz en Doue. Epad ma oa ar merc'hed o pedi en ilizou, hen, war mogeriou kêr, e zilhad iliz gantan, a gennerze e zoudarded. Herzel a c'halljont ouz o enebourien, betek ma teuas an impalaer Othon da gouezan war arme ar baganed, diouz dre, ha d'he flastran en eun hevelep doare ma n'hallas, kouls lavaret, hini anezi distrei d'e vro. Othon e-unan a anzave, goude-ze, oad dleour eus ar viktor-ze da bedennou birvidik sant Ulrik. Erfin, goude bezan gouarnet e eskopti epad nao bla ha daou-ugent, o welet e tostae an heur evitan da vont da welloc'h bro, e rannas e holl beadra etre e veleien hag e beorien, nemet ec'h espernas e wele, eun tapis moger hag eun nebeut listri-tôl d'an hini a gemerje e garg. Lakat a reas neuze skuilh ludu en kroaz war leur e zolier ha teuler dour binniget warnezan; gourvezet war ar groaz-ze e roas e ine d'e Grouer, d'ar 4 a viz gouere 978, oajet a bevar-ugent vla. Sant Ulrik eo kentan sant kanonizet gant Rom : laket a oe war roll ar zent, ugent vla hepken goude e varo. B O K E D En gwirione, en gwirione, m'hen lavar d'ec'h, eme Hou Zalver Jezuz-Krist, ma c'houlennet eun dra bennak ouz ma Zad em hano, ho pezo anezan. Betek-hen, n'ho peus goulennet netra em hano; goulennet eta, hag e vezo roët d'ec'h, hag ho kalon a vezo bar gant al levenez. AVIEL SANT YAN XVI. 23, 24. Pempvet devez a viz Gouere Sant Anton-Mari Zaccaria Goude Gaëtan a Dhien hag arôk sant Ignas a Loyola, Anton-Mari a zo bet dibabet gant Doue evit bezan tad eun Urz neve a venec'h galvet da zifenn an Iliz er c'houezekvet kantved. Anton-Mari Zaccaria a c'hanas en Kremon, en Itali, a dud pinvidik; tremen a reas e vugaleach en eun doare santel meurbed ; dalc'h-mat e veze gwelet o pedi Doue hag ar Werc'hez Vari ; ken karantezus oa en kenver ar beorien ma roë d'eze alïes e zilhajou kaeran. Goude bezan bet eur pennad en skol Kremon, e studias ar filosofi en Pavi hag ar vedisinerez en Padou. Mar en devoa eur spered lemm ha ma teske buhannoc'h eget ar skolaerien-all, e oa ive ar santelan aneze. Sentus ouz mouez Doue, a zisklerie d'ezan e oa galvet da bleal gant an ineou kentoc'h eget gant ar c'horfou, Anton a 'n em lakas da vat da studian ar skianchou sakr. Mes e keit-ze e wele ar re glanv, e rê katekiz d'ar vugale, e kelenne an dud vras war o deveriou, hag ec'h alie an dud yaouank da drei kein d'o dizurzou. Beleget a oe : eur gurunennad êle a oe gweiet endro d'ezan, war a leverer, pa oa gant e oferen gentan. Adalek neuze, ne glaskas mui nemet sovetât an ineou hag enebi ouz ar pec'hed. E di a oa digor d'an holl : divroïdi, tud ankeniet, peorien, a zirede davetan, hag holl e tec'hent kennerzet, frealzet, pe o daouarn karget a vadou ; lezhanvet a oe « Tad hag El ar vro. » O welet en dije grêt gwelloc'h ha founnusoc'h labour en Milan, ma kemerje mignoned d'e skoazellan, e tisklerias ar zonj en devoa da zaou zen santel, Berthele Ferrari ha Jakez Morigia. Gante e savas eun Urz neve a venec'h, a hanvas Kloër sant Pôl, dre anaoudegez vat evit an abostol bras, hag a oe lezhanvet Barnabited. Kavet a oe mat ha meulet gant Klemant VII, er bla 1533, ha gant Pôl III, er bla 1535, hag en em astenn a reas hepdale en Itali, en Bro-C'hall, er Spagn hag en Autrich. Anton-Mari a zavas ive eun Urz evit ar merc'hed ; mes ken humbl oa, ma ne fellas gantan biskoaz bezan hanvet da abad. Karet a rê kement an Otrou Doue, ma ne baoueze ket da gomz d'e ziskibien eus e vadelez ; kement e kare ive e nesan ma save breurieziou evit rei muioc'h a dro d'an tadou a familh d'ober vad endro d'eze, hag e skoueriou a oa ken santel ma lakent an holl veleien da gerzet war roudou an Ebestel. Alïes e veze gwelet er ruiou, ar groaz en e zorn, o kelenn an dremenidi. Dalc'h-mat en e skridou, evel war e vuzellou, e kaved hano santel Jezuz. Alian rê ar gristenien da gommunian alïés, hag hen eo ar c'hentan a reas lakat an hosti sakr war an ôter, epad tri devez dioustu, evit ma vije adoret gant an dud fidel, ha kement-se, evit digas sonj eus an tri devez a dremenas Jezuz er be. Divezatoc'h e vezo kemeret skouer dioutan en Iliz a-bez. Koulskoude, dinerzet gant e labouriou santel ha poanius, e koueas klanv en Guastalla. Douget a oe da Gremon, hag eno e varvas, en kreiz daerou e venec'h hag etre divrec'h e vamm, d'ar 5 a viz gouere 1539. Enoret a oe raktal goude e varo. Leon XIII a lakas e hano war roll ar zent, er bla 1897. B O K E D En eost, ne zastumer nemet eus an ed a ve bet hadet ; evelse, an neb a ra oberou fall, ne gavo nemet breinadurez ha maro ; an neb a ra oberou mat, a gavo ar vue a bado da viken. SANT POL. C'houec'hvet devez a viz Gouere Naontek Merzer Gorkom (1572) Ar " Yeued (1)", diskibien Luther ha Kalvin, war digare diframman o bro adre galloud ar Spagnoled, a rede ar Holland, o laerez an dud pinvidik, o rinsan an ilizou, o lazan ar veleien hag o flastran an hostiou konsakret ; estlammus oa klevet hano aneze. Duk Alb, gouarner ar vro, a reas lazan daou eus o fennou-bras, ar c'homt Horn hag ar c'homt Egmont (1568), hep gallout o diarbenn 'vit kelo ze, rak an droukan aneze, ar c'homt de la Mark, a chome c'hoaz hag a 'n em lakas da vont endro gwasoc'h evit biskoaz. De war-lerc'h gouel Yan 1572, Gorkom, eur gêr a c'houec'h pe seiz mil den, a oe kelc'hiet gant e dud, hag en devez war-lerc'h, e kouezas dindan o galloud. Doriou kêr ne oant bet digoret, koulskoude, nemet gant ar promese na vije grêt gaou ouz den ; mes eur wech mistri, ar Yeued ne zellent ket petra d'ober. Tapout rejont seitek beleg ha daou lean hag o stlepel a rejont er prizon, diouz an noz ; eur gwener oa ; ne oe kinniget d'eze nemet kig da zibri ; ar verzerien a gavas gwell chom hep tamm, eget terri lezen an Iliz. - Pelec'h eman ho tensoriou ? a c'houlennjod neuze ouz an tad Nikolas Pik, superior menec'h sant Fransez. - Ma zenzoriou, emezan, eo kaluriou ha listri sakr ma iliz ; o c'havet ho peus ; n'hon deus ket a densoriou-all. - Geier a leverez, manac'h ! eme ar zoudarded, ha kerkent e oe krouget gant e c'houriz, dibradet diouz an douar, ha lôsket da gouezan ken ma kollas e anaoudegez. Evit e beurachui, e oe savet ha harpet ouz ar voger, devet d'ezan e dâl, e valvennou, e ziskouarn hag e elgez (2) ; laket, an tan da bignal, dre e fronellou, betek e empenn, digoret d'ezan e c'henou da zevi e deod hag e staon. Kri e vije ar galon ne ouelje o welet ober kernend-all a yudazerez d'eun den. Ar merzer e gouezas a-blad e gorf d'an douar. Ar Yeued a grede oa rnaro mat : « Eur manac'h nebeutoc'h, eineze, en eur c'hoarzin ; ah ! setu aze, avat, eur pez kaer ! » Ha war ar ger-ze, en em dennjont ; awalc'h o devoa grêt evit an nozvez kentan. Koulskoude, daoust pegen bourrevet oa bet, Nikolas Pik a zivatas adarre. En noz etre ar 5 hag ar 6 a viz gouere, e oe dihunet a greiz an noz, stlapet gant e genvreudeur en eul lestr ha kaset da Vril ; eno e oa ar c'homt de la Mark e-unan ouz o gedal. Dal m'o gwelas, e galon en e greiz a dridas gant ar gounnar-ifern a oa enni : «Ah ! ah ! emezan, d'imp al lostennou griz hag al lostennou du ! Ped a zo ? Daou, tri, dek, naontek ; naontek nebeutoc'h ! » Hag e c'hoarze. O tiskenn eus al lestr, ar verzerien a ganas an Te Deum. Unan aneze en devoa tri-ugent vla ; eun all, dek vla ha tri-ugent, eun all, dek vla ha pevar-ugent ; re-all a oa ar yaouankiz o vleunian war o zâl ; mes netra ne reas d'ar brotestanted kaout true oute. D'an 8 a viz gouere, e oent digaset d'an ti-kêr, elec'h ma oe grêt an neuz d'o barn. Goulennet a oe oute ha kredi rênt er pab ? Leonard Michel, person Gorkom,, a respontas en hano an holl : « Ya ! emezan, d'e varnerien, kredi reomp er pab, ha souezet omp e kavfec'h abeg eunomp abalamour da ze, c'houi etrezoc'h, protestanted, hag a lavar e tleer lenn er Skritur-Zakr ar pez a fell d'ar Spered-Santel. Ha ma fell d'ar Spered-Santel e lennfemp 'barz ar Skritur-Zakr eo Per penn an Iliz, perak n'hallfemp ket hen kredi ? Perak e roët urz da gredi pep tra, nemet an dra-ze ? » Epad ar prosez, Yeued Gorkom a skrivas d'ar c'homt de la Mark da lavaret d'ezan e oa gwelloc'h, marteze, lezel ar brizonierien da vale. « Petra, eme ar Judas-man, kerkent; an holl hiviziken eta a glasko rei d'in-me o urziou ? » Gorkomiz, koulskoude, a c'hallas diframman tri eus ar prizon ; de la Mark, en e gounnar, a reas tapout pemp beleg-all en o flas,diwar-dro BriL hag en noz war-lerc'h, da eun heur diouz ar mintin, an unan warn-ugent prizonier a oe stlejet er-mêz eus kêr, betek Santez-Elisabeth, eur manati dismantret. Eno e oa eun tamm kraou hanter disto, daou dreust ennan, unan bihan hag unan bras ; digaset a oe eur skeul, ha grêt d'an tad Nikolas Pik pignal enni da gentan ; ar merzer kalonek, goude bezan bet an absolven digant e genvreudeur, a vriataas hag a absolvas aneze : « Diskouez a ran d'ec'h hent an nenv, emezan ; heuilhet ac'hanon, ha goude bezan stourmet asambles, e vefomp kurunet asambles ! » Eun den yaouank triouec'h vla, war an hent da vont da vanac'h, hag eun all kosoc'hik, a grogas aon enne rak ar maro hag a nac'has o Doue ; lôsket a oent da vale. An naontek-all a oe krouget. (3) Daou eus ar verzerien yaouankan a c'houlenne ma vije troc'het d'eze o c'hroug-las, mes o vezan ne felle ket d'eze nac'h o relijion, ne oe ket selaouet o feden. Naontek oant o tont eus Gorkom, ha naontek oant ouz ar groug. Darn aneze a oe pell o vervel ; Nikez Johnson a oa savet an heol arôk ma tremenas. Ne oe ket awalc'h d'ar zoudarded lazan ar verzerien ; a bep seurt dismegans a rejod c'hoaz goude-ze, d'o c'horfou, arôk o sebelian. Er bla 1615, ar relegou a oe tennet en kuz eus an douar ha digaset da Vruxell. Klemant X, d'ar 25 a viz du 1675, a lakas o hanoiou war roll an dud eürus. D'an 29 a vezeven 1867, evit goueliou triouec'hvet kantved merzerenti an ebestel Per ha Pôl, Pi IX o lakas war roll ar zent. (1) Les Gueux. (2) Elgez pe gronch, menton. (3) Setu o hanoiou : Nikolas Pik, superior menec'h sant Fransez ; Godefroa van Duynen, eur beleg koz heb plas ; ha Korneli Wyek, eur breur fransiskan, a oe staget o zri ouz an treust bihan. Jerom Werden, tad fransiskan ; Thierri Embden, beleg leanezed Santez-Agnes, Gorkom ; Nikez Johnson; Willad ; Godefroa Merville ; Anton Werden ; Anton Hornaër ; Fransez Roye ; Per Aska, o seiz eus a Urz sant Fransez ; Leonard Wichel, person Gorkom ; Nikolas Poppel, person eur barouz-all on Gorkom ; Yan Oosterwyck, beleg leanezed Santez-Elisabeth ; Yan Kologn, dominikan, person Horneër; Adrien Bekan, person Munster ; hag Andre Waller, person Heinort, a oe staget o fempzek ouz an treust bras. 'Jakez Lacop, kure Munster, o vezan ne oa ket a blas evitan ouz an treustou, a oe krouget ouz ar skeul. B O K E D C'houi a vezo eürus, eme Hon Zalver d'e ziskibien, pa vefet kasaet gant an dud hag argaset, pa vefet disrneganset ha milliget, pa vefet heskinet, pa vezo lavaret en gaou pep droug en hoc'h eneb, abalamour d'in, ha pa vezo distôlet hoc'h hano evel fallakr, abalamour da Vab an den. En devez-ze, en em laouennaet ha tridet gant ar joa, abalamour ma 'z eus evidoc'h eun digoll pinvidik en nenvou. AVIEL SANT VAZE V. 11. 12. Seizvet devez a viz Gouere SANT PER FOURIER Person Mattaincourt (1565-1640) Per Fourier, mignon ar bobl, skouer ar veleien, ar venec'h hag ar bersoned, a c'hanas en Mirecourt, en Bro-Lorren, d'an 30 a viz du 1565. Da bempzek vla, ec'h eas da skol Pont-a-Mousson; eno e oe skouer an holl : « Eur c'hrouadur eo, a lavare e vistri ha, nemet hag o pedi e vefe, a ve bepred o studian. » Da ugent vla, e c'houlennas bezan digemeret e-touez chalonied-menec'h sant Augustin. D'ar 25 a viz c'houevrer 1589, e oe beleget, hag e roas dek vla-all d'ar studi arôk mont e-touez an dud. Da zaou vla ha tregont, e oe kinniget ter barouz d'ezan; goulenn a reas mont da Vattaincourt, ar fallan brudet aneze o zer. D'ar 5 a vezeven 1597, da Zul ar Sakramant, e lavaras, o komz ouz e barousianiz neve, evit ar wech kentan : « Ma bugale, emezan, Doue a 'n em ro d'an dud dindan doareou ar bara, hep klask netra, en dizro, nemet silvidigez ar re hen reseo. » Evelse, en em roan d'ec'h hirie en de, ha n'eo ket evit kaout enor, nag evit kaout madou eo e teuan en ho touez, mes evit mad hoc'h ineou, a garfen gwelet holl o vont d'ar baradoz, goude ma renkfen koll ma bue. » Truezus oa doare e barouz, pa oa o tont enni; eleiz ne deuent d'an of eren nemet eur wech an amzer; ar zakramanchou ne dostaed ket oute; ar goueliou n'o mired ket; ar zuliou a dremened en hostaleriou; Mattaincourt oa mez ar vro. An dra-ze ne viras ket ouz Per Fourier d'he c'haret. E barousianiz eo a oa an tostan d'e galon; o c'haret a rê muioc'h eget e gerent. Eun devez, e vreur hag unan eus e barouz a oa o c'hedal eur vad bennak digantan; lakat a reas e vreur da dremen an eil : « Gwir eo oc'h ma breur, emezan, hag an tostan d'in herve ar gwad; mes heman eo ma bugel, bugel ma spered, ha tu a rofen d'ezan da gaout abeg ennon, ma n'hen c'harlen ket muioc'h evidoc'h, ha ma ne lakfen ket anezan da dremen en ho rôk, pa deu d'en em erbedi ouzin. » Evit digeri an hent betek eneou e barousianiz, en em lakas d'ober d'o c'horfou ar muian vad a c'hallas. Kement gwenneg a deue d'ezan, ne rê nemet eul larnm eus e c'hodel en godel ar beorien; diou wech er zun o deveze aluzen digantan, ha d'ar zadorn, o deveze bara gwennoc'h, ha tammou kig, zoken, a-benn ar zul. Lakat a rê prenan gwellan tammou a gave er gigerez, evit an dud klanv. Eun devez ma oa o vont eus e barouz evit eur pennad, e lavaras d'ar mer lakat evez da embann oa e holl vadou d'ar beorien, ha kemer preder d'o rannan etreze, ma teuje d'ezan mervel en hent. O welet o deveze e barousianiz, pa goueze ar c'holl warneze, mil boan o 'n em zevel, e savas eur c'hef eneb ar c'hollou, hag en doare-ze. e viras ouz eleiz aneze da gouezan en dienez. Gant ar prosezou, An neb a c'hone a goll, Hag an neb a goll a goll an holl. Per Fournier a lakas en e benn ober eun emgleo evit o diarbenn pe o dibuni prim ha kempenn. Kement-se ne vire ket outan da labourat, dreist pep tra, evit silvidigez an ineou; rei a rê d'ar gatoliked e gomzou hag e ouiziegez, d'ar brotestanted e skoueriou hag e bedennou, d'an holl e galon. Ne roë peuc'h ebet d'ar bec'herien ken n'en deveze gallet o lakat da vale war an hent mat. Daoust pegement a boan a gemere, unanik bennak a dalc'he koulskoude d'ober skouarn vouzar. Per Fourier o galve e zenved dianket. Bezan vezo bepred, en pep parouz, unan bennak evelse o stankan o daoulagad ouz ar wirione, hag o klemm goude, war digare ne welont ket skler. Souezus eo ar boan a gemere gant ar vugale ha gant ar yaouankiz, «ar barouz da zont»; sevel a reas eun teâtr en e iliz, ha lakat a rê ar bôtred vihan dek, daouzek vla, da brezek diwarnan d'ar barouz a-bez, ken e oa eun dudi gwelet gened ar vugaleach skoulmet ken kaer gant gened ar wirione. Deski a rê ive d'ar yaouankiz soniou koant ha fur, hag en doare-ze e tôlas d'an traou ar zoniou hudur ha dival o deus kement a nerz da walan ar sperejou hag ar c'halonou. Ne oa ket bet pell en Mattaincourt, ha Mattaincourt oa deut da vezan gwellan parouz a oa er vro; an iliz veze leun-chouk bep sul; diredek a read, abalamour da gomzou helavar ar beleg santel, evit gwelet al lidou sakr ha klevet ar c'han-iliz. Ti an Otrou Doue a oa deut du vezan ti ar bobl. Eur rumm tud hepken a gave kerse aboue m'oa deut an ôtrou Fourier; ar re-ze oa an hostizien. Eleiz aneze a renkas klask eur vicher neve, evit brasan mad an ineou hag ar c'horfou. Chom heb ober gaou ouz den hag ober vad d'an holl : nemini obesse, omnibus prodesse, oa ger person Mattaincourt, ha ken mat e heuilhe anezan m'oa lezhanvet dre-oll « an Tad mat. » Eskob Toul a lavare : « Karet a rafen kaout pemp beleg henvel ouz hennez, unan en peb korn eus ma eskopti, hag eun all en kreiz. » Sevel a reas Urz an Itron-Varia, evit ar merc'hed a gare gwestlan o bue da skola ar vugale; kalz a wellaas ive Urz chalonied sant Augustin. Miret a reas ouz e vro da gouezan dindan galloud rouaned Frans, pa glaske Richelieu he gonid, hag abalamour da ze, e renkas tec'hel diouz e barouz, hag e varvas en Gray, elec'h m'oa en em dennet, d'an 9 a viz kerdu 1640. Chalonied-menec'h sant Augustin Pont-a-Mousson a glaskas kaout relegou an hini a oa bet o jeneral; tud Gray a vire; prosez a zigoras; roue ar Spagn a roas ar gonid d'ar venec'h, ha setu i en hent gant o zenzor; nemet ar galon, koulskoude, a chomas gant Grayiz, evit o zrugarekât eus an digemer mat o devoa grêt d'ar zant, epad e vlaveziou divezan. Digouezout a rejont en Mattaincourt, hag ar c'horf a oe kaset d'an iliz da dremen an noz. En devez war-lerc'h, pa oe ar c'houlz da vont da Bont-a-Mousson, Mattaincourtiz a viras a-grenn ouz korf o ferson koz da vont eus o iliz. Ha setu prosez adarre ! Duk Lorren, evel roue ar Spagn, a roas ar gonid d'ar chalonied. Gwazed Mattaincourt a blegas da urz o mestr, mes ar merc'hed hag ar vugale a 'n em dôlas a vil-vern endro d'an arched, ha kaer a oe êsa, den n'hallas diframman digante relegou o fastor muian-karet. War be Per Fourier e c'hoarvezas eun niver bras a viraklou, ha d'ar 27 a viz mae 1897, Leon XIII a lakas e hano war roll ar zent. BOKED Gonid eun ene da Zoue a dalv muioc'h eget kroui eur bed a-bez. SANT PER FOURIER Eizvet devez a viz Gouere SANTEZ ELISABETH Rouanez ar Portugal (1271-1336) Elisabeth, merc'h da Ber III, roue Aragon, a deuas er bed er bla 1271; elec'h hano he mamm pe hini he mamm-goz, e oe roët d'ezi, d'he badeziant, hano he moëreb-koz, santez Elisabeth ar Hongri, kanonizet gant Gregor IX er bla 1235. Dal ma c'hanas, e oe anat oa deut war an douar evit lakat ar peuc'h etre ar rouaned hag ar rouanteleziou, rak he zad hag he zad-koz, trouz etreze pell a oa, a deuas d'en em glevet e-harz he c'havel. Per III, o welet e verc'h o kreski en fumez dre ma kreske en oad, a veze laouen o lavaret e vije trec'h, ma lezje Doue yec'hed ganti, da gement merc'h a oa ganet en e ligne. Ar bed hag Elisabeth n'en em glevent tamm ebet. Ne oa ket evit gouzanv e skanvadurez nag e lorc'haj; ar yun, ar beden hag an oberou a drugare, avat, a oa diouz he doare, hag he zad, o welet pep tra o vont war well en e rouantelez, a lavare oa he fedennou eo a denne bennoz Doue war ar vro. Brud a zavas eta anezi abred; goulennet e oe gant eleiz a brinsed, ha d'an oad a zaouzek vla, e roas he dorn da Zenez, roue ar Portugal. Eur wech dimezet, ne roas ket nebeutoc'h a amzer da vagan he vertuziou eget da zevel he bugale. Klask a rê plijout d'he fried ha muioc'h c'hoaz da Zoue. An hanter eus ar bla a dremene o vevan diwar bara ha dour; parean reas gouli euzus eur paour kez gwreg o pokat d'ezan; rei a reas ar gweled d'eur verc'h ganet,dall; meur a hini a yac'haas diouz klenvejou bras, oc'h ober sin ar groaz warneze; manatiou hag ilizou a zavas, hag e stagas leveou oute. Dispar oa da lakat ar peuc'h etre ar rouaned; dispar ive da rei skoazel d'ar re a veze en em gavet eur gwall dro bennak gante ! Evel m'oa bet skouer ar gwerc'hezed en he bugaleach, skouer ar gwrage en he friedelez, e oe skouer an intanvezed da varo he fried : kemer a reas raktal saë Trede-Urz sant Fransez. Heuilh a reas korf he gwaz betek iliz Odiveras, elec'h m'en devoa goulennet bezan sebeliet; goude-ze ec'h eas da bardonan da Gompostel. Rei a reas eleiz a brofou da iliz Sant-Jakez, evit ma vije pedet enni Doue evit ine he fried, hag e tizroas da Lisbonn a-benn an de ar bla. Tremen a reas ar rest eus he bue o skoazellan al leanezed, o tiwall an emzivaded, o vagan ar beorien, o tifenn an intanvezed, o sikour an holl dud reuzeudik. Bevan re muioc'h evit an Otrou Doue eget eviti he-unan. Lakat a reas he mab hag he mab-kaer, a oa warne kerzet an eil eneb egile, d'en em glevet; mervel a reas prest goude en Estremoz, d'ar 4 a viz gouere 1336. Goude he maro, e skedas he be dre ar miraklou a c'hoarvezas warnan. Epad Jubile 1625, UrbanVIII, a lakas he hano war roll ar zent. B O K E D "Tri seurt oberou mat a zo : ar beden, ar yun hag an aluzen. Dre ar beden, e tostaomp ouz Doue; dre ar yun, en em zistagomp diouz ar c'hig, ha dre an aluzen, e paeomp ar boan dleet d'hon fec'hejou". SANT LEON, PAB. Navet devez a viz Gouere SANT GOULVEN Eskob, VIet kantved Daou Vreizad, daou bried, Glaoda ha Kologwenn, o tec'hel arôk ar Zôzon eus bro goz o zadou, a zouaras eun abarde war ôd Odena, en Léon. Dindan goad e oa neuze ar vro tro-war-dro; ti ebet war an teven, nemet eun tamm lochen, en Brenguruz. Eun den goue ha kri a oa o chom enni a refuzas lojeiz d'an daou zivroad; a refuzas d'eze, zoken, eur banne dour, daoust ma oa ar wreg yaouank o paouez lakat er bed ar bugel bihan a dlee bezan divezatoc'h sant Goulven. An de war-lerc'h, koulskoude, e tiskouezas d'an ozac'h hent ar feunteun, hag e roas d'ezan eur pod da gerc'hat dour. Glaoda a gemeras ar wenojen a oa lavaret d'ezan, mes et eur pennad er c'hoad, ar roudou ne oant mui anat hag e chômas da redek epad an de, hep kaout ar pez a glaske. Pa zizroas diouz an noz, en em dôlas d'an daoulin, an daerou en e zaoulagad, e-tal e bried hag e vugel hanter-varo, hag e pedas kalonek. An Otrou Doue a gemeras true outan hag a lakas da darzan, en e gichen, eun eienen a hanver feunteun sant Goulven. Eun nebeut blaveziou goude, eun den pinvidik ha disher, e hano Gouzian, a gavas Goulvenig ken karantezus ma lakas e vezur, e zevel hag e skola, evel pa vije bet e grouadur. C'hoantât a rê, zoken, lezel gantan e beadra, mes ar bugel, troetoc'h war madou an nenv eget war madou an douar, a drugarekaas e vadoberour hag a 'n em dennas e-tal ar mor, en kreiz ar gouezeri, elec'h ma savas e beniti. Eno e tremene e amzer etre ar beden, ar binijen hag al labour; ober a rê bemde eur bale endro d'e vinihi, gant tri boz e-tal ter groaz en devoa savet : kroaz Prat ar Wern, kroaz an Draou ha kroaz ar Gouerven. Eun den santel, e hano Maden, a deuas da vevan gantan, hag o-daou e stagjont da zigoadan eun dachen tro-war-dro d'o c'hêr; trevajou ken seder a zavas enni ma teuas Bretoned all da chom en o c'hichen hag a reas evelte. Hepdale, adalek meneiou Penn-ar-C'havr betek ar mor, elec'h koad ne oa mui neinet douar labour eus ar c'hentan. Goulven, ne weler ket en deve bet grêt, koulskoude, kalz a anaoudegez gant hini ebet eus e amezeien, nemet gant ar Joncour, eus a Blouneour. Eun devez, ar zant a lavaras d'e vignon Maden : « Kê da gaout ar Joncour, hon mignon, ha lavar d'ezan : » Setu aman petra lavar d'it Goulven : « Evit diskouez da vignoniach, digas d'in en prof ar pez az pezo dindan da zorn, p'en em gavo ma c'hannad ganit.» » Ha n'eus forz petra vezo roët d'it gant ar Joncour, e trugarekaï anezan hag e tizroï hep sellet da brof arôk bezan dizro d'az peniti.» Maden a gavas ar Joncour oc'h arat, ha bras e oe nec'hamant heman pa glevas ar goulenn a read outan, rak ne gave netra a-zoare da gas da C'houlven. A greiz oll, e kemeras ter bozad zouar, en hano an Tad, ar Mab hag ar Spered-Santel, hag e lakas aneze en bruched Maden, en eur lavaret d'ezan o c'has d'e vestr. Maden a zizroas d'ar red, mes hepdale e oe red d'ezan mont goustatoc'h, rak kaout a rê e pouunerae e zamm hag e zaë a venne rogan dindan ar bouez. Ha setu hen ober eur zell war ar pez a zouge, ha gwelet oa troët an ter bozad douar en tri damm aour. Eur skeuden goant eo hounnez, savet gant hon tud koz, evit lakat da vont don en hon spered ar vad a reas da Vreiz-Izel menec'h ha Bretoned Tremor. O teuler ar c'hoajou hag ar brouskoajou d'an traou, o tistrouezan hag o trei an douar, o deus tennet tensoriou anezan : dindan soc'h o alar, douar Breiz a zo bet troët en aour. War a leverer, Goulven a oe grêt d'ezan, war e gozni, azezan war gador eskob Leon; mes o vezan ne gave ket ar garg-ze diouz e zoare, e tec'has hag ec'h eas d'en em goach en eul lec'h dizro eus eskopti Roazon. Eno e varvas hag eno e oe sebeliet. Brud e zantelez a yeas abred dre Vreiz-Uhel ha Breiz-lzel. Chapeliou en e enor a zo, pe a zo bet, en Edern, en Caurel, en Lanvellec hag en Loc-Maria Plouzane. Diou barouz, Goulc'hen, en eskopti Leon, ha Goulien, en eskopti Kerne, o deus e gemeret da batron. Er bla 1503, an ôtrou Mahyeuc, eskob Roazon, a roas da iliz Goulc'hen eun askorn eus brec'h he sant patron; an otrou de Visdelou. eskob Leon, a c'houlennas hag en devoe, evit Kastel-Pôl, eul loden eus relegou sant Goulven : parousianiz Taule, Pleyber, Sant-Thegonnec, Guiclan, Gwicourvest, Gwitevede, Sant-Nouga, Plouenan, Plougoulm, Cleder, Trelaouenan, Plouvorn, Sibiril ha Plouescat a gemeras-peurz, d'an 10 a vezeven 1668, er prosesion bras a oe grêt en minihi Sant-Pôl evit kas relegou sant Goulven, eus iliz Sant-Per, d'an iliz-veur. Sant Goulven, en amzer goz, a roas skoazel d'e genvroïz eneb ar gouezidi a ziskenne war an ôchou; abalamour da ze, en em erbeder outan evit ma talc'ho da bellât gwalen ar brezel diouz hon bro gaer Breiz-lzel. B O K E D Piou bennak a ro d'ar paour a ro da Zoue, ha gant eur c'honedigez vras : an neb a ro aluzen a ro nebeut a dra hag a reseo kalz : rei a ra eur skoëd, pe nebeutoc'h, ha reseo a ra eur rouantelez. SANT YAN DAMASEN. Dekvet devez a viz Gouere Ar Seiz Breur Merzer ha Santez Felisite o mamm (162) Felisite a oa eun itron vras eus kêr Rom, eun intanvez, seiz mab d’ezi, a zave en doujanz hag en karante ar gwir Doue. Beleien an doueou fôz he diskuilhas. Ar prefed Publius a reas d’ezi dont d’e gaout ha, dre gaer ha dre heg, e klaskas ober d’ezi senti ouz lezennou an impalaer. Felisite a respontas : Da bromeseou ne douelfont ket ac’hanon ha da c’hourdrouzou n’am diskarfont ket ; rak ar Spered-Santel a zo ennon hag a vir ouz an drouk-spered da zont a benn ac’hanon ; setu perak e vezin trec’h d’it keit ha ma vezin beo, ha pa varvin, az trec’hin gwelloc’h c’hoaz. Publius a lavaras : - Paour kez zo ac’hanout, ma kavez c’houek mervel, lôsk, da vihanan, da vugale da vevan. - Ma bugale, eme Felisite, a vevo, ma ne ginnigont ket a ezans d’an doueou, mes dal ma refont eun torfed henvel ouz hennez, e varvfont eus ar maro a bado da viken ! An de war-lerc’h, Publius a reas dougen e gador-varn war leuren Mars, hag eno, dirak ar bobl, e reas digas ’n e gichen an itron Felisite hag he bugale, hag e lavaras d’ezi : - Kemer true ouz da vugale, pôtred seder evel mac’h int, hag i en kreiz o yaouankiz. Felisite a respontas : - N’eo ket dleet d’it kemer true ouzimp en doare-ze ! Hag o trei warzu he fôtred : Savet ho taoulagad en nenv, ma bugale, ha sellet d’an nec’h, elec’h m’eman ar C’hrist ouz ho kedal gant e zent. Stourmet evit hoc’h ineou, ha diskouezet da Jezuz-Krist pegement e karet anezan. O klevet an dra-ze, Publius a roas urz da skei ganti, hag e lavare : - Petra,. emezan, dirazon e kredez ober gwap eus gourc’hemennou hon mistri ! Hag e c’halvas ar mab henan, Janvier ha, dre bromeseou ha dre c’hourdrouzou, e klaskas ober d’ezan kinnig ezans d’an idolou. - Diskiant eo da aliou, eme ar pôtr ; furnez an Otrou Doue am harpo, hag am graio goest da vezan trec’h da bep tra. Kerkent, ar barner a roas urz d’e skei gant gwial ha d’e gas d’ar prizon. Felix, an eil eus ar bôtred, a deuas neuze e dro : « Arabad d’it kredi, emezan, e c’hellfez diframman karante Jezuz-Krist eus ma c’halon, nag eus kalon hini ebet eus ma breudeur. » Raktal e oe grêt d’ezan en em denn. An trede, Philip, a deuas : « Ar re, emezan, a ginnig ezans d’an doueou a vezo kastizet da virviken. » Pa oe pellaet, Silvan, ar pevare, a lavaras : « Ar re a ador an diaoulou a gouezo gante er maro hag en tan a bado da viken ! » Eur wech kaset Silvan d’ar prizon e oe digaset Alexandr: «Me, emezan, eo servijer ar C’hrist; hen anzao a ran a c’henou ; stag on outan a galon ; hen adori a ran heb ehan. » Goude Alexandr, Vital, ar c’houec’hvet, a gomzas : « An holl doueou a zo diaoulou, kouls hag ar re a ador aneze ! » Goude Vital e oa tro ar zeizvet, Marsial : « Oh ! eme,zan da Bublius, ma ouezfec’h ar poaniou a zo, er bed-all, o c’hedal ar re a ador an idolou ! Ar re ne anzavfont ket eo Jezuz-Krist Mab Doue a yelo holl da dan an ifern. » Publius a roas da anaout da Vark-Aurel penôs oa tremenet ar prosez. An impalaer a roas urz raktal d’o lazan en doareou dishenvel ; ar mab henan a oe lazet a dôliou skourje, an eil hag an trede a dôliou baz, ar pevare a oe tôlet eus uhel war e benn d’an traou, an tri yaouankan a oe dibennet. Felisite a welas he seiz mab o vervel hag a oe dibennet he-unan, pevar miz goude. Lavaret a c’heller eta e oe eiz gwech merzerez, rak maro pep-hini eus he bugale en devoa grêt kement a boan d’ezi hag he maro he-unan. SANT DIVI Arc’heskob ha Patron Bro-Geumri Ober a rêr hirie ive, en Breiz-Izel, gouel sant Divi, eskob Kaer-Leon, war-lerc’h sant Dubrik ; sevel a reas manatiou niverus, a roas eleiz a zent da Vreiz-Veur ha d’an Iverzon. Kas a reas e gador-eskob eus a Gaer-Leon da Venevia. Bezan e oe, war eun dro, gened ha skouer holl bastored e amzer, hag unan eus kaeran sperejou a sklerijennas Iliz Breiz. Bretoned Keumri o deus e gemeret da batron o bro, hag ober a reont e ouel gant lid bras, d’an de kentan a viz meurz. Sant Divi a zo patron Logivi, hag en deus meur a chapel en Bro-Treger, ’vel en Goudelin hag en Tonkedek. Pedet eo evit ar vugale glanv. B O K E D Ar Skritur-Zakr ne c’hourc’hemenn d’imp nemet ar pez a zell ouz hon zilvidigez, ha pa lavar « Meulet Doue, binniget Doue », n’her gra nemet evit brasan mad an den, a zo e-unan o tastum ar frouez eus an deveriou-ze en deus en kenver Doue. Rak bep gwech ma lavar eun den, gant eur galon c’hlan : « Ra vezo meulet Doue, ra vezo binniget Doue », an Otrou, war an tol, a respont : « Evidoc’h eo ar bennoziou hag ar meuleudiou-ze a roët d’in. » Ar wirione-ze a zo ês awalc’h da gompren, pa weler n’hall an den binnigan Doue hep ma teufe Doue e-unan da vinnigan anezan, da gentan, o rei d’ezan e c’hras. P’eo gwir e teu eta pep bennoz digant Doue, eienen an holl vennoziou. an den ne ra nemet restôl d’ezan ar pez en deus bet digantan, hag evelse, o veuli Doue dalc’h-mat, e laka da gouezan war e ine bennoziou puilh an nenv, a ra d’ar garante sevel ha bleunian ennan en eun doare dudius. SANT DIVI Unnekvet devez a viz Gouere SANT THIVISIAU Eskob Dol, VIIet kantved Thivisiau a c’hanas en Bro-Roazon. Lelian, e dad, ha Majen, e vamm, a oa Bretoned diskennet eus Breiz-Veur hag en em dennet en koad Bresilian ; bevan rênt eno diouz o loened ; a-viskoaz o bugel a oe troetoc’h war dreo ar spered eget war dreo an douar. Eun devez m’oa êt war ar mêz da ziwall ar chatal, êl an Otrou a lavaras d’ezan : « Thivisiau, elec’h chom da vêsât al loened-ze, gwell e vefe d’it mont da vanati Balon d’ober da studi. » Pa zizroas d’ar gêr, ar pôtr bihan a lavaras d’e dad ar pez en devoa klevet, hag e dad a respontas : « Meuleudi da Zoue, ma mab, emezan, c’hoant an êl eo ive ma hini-me ! » Ar c’hrouadur eta a oe kaset da vanati Balon. Eno en em roas holl raktal d’al labour-spered, hag an hini a skrivas da gentan e vue, evit diskouez d’imp pegen bras oa e aked d’ar studi, a lavar ne zistagas penn diou e c’hrammadeg ken na o peur-evet gantan. Eur vouez en devoa eus ar re flouran hag eus ar re sklêran, hag eun dudi oa e glevet o kanan. Tiernmael, abad hag eskob Dol, pa deue da Valon, ne skuize ket ouz e zelaou ; dont a reas, zoken, d’hen karet kement m’hen kasas gantan da Zol, hag eno goude bezan laket e gelenn en e vanati, o welet e oa ennan danve eus ar c’hentan, hen belegas. Thivisiau a roas neuze an dorn d’e vadoberour da gas e abati hag e eskopti endro, ha pa deuas Tiernmael da goac’han gant ar gozni, e kemeras e garg. Thivisiau a oa eun eskob herve kalon an Otrou Doue. Eur blavez, derc’hent ar Yaou-Bask, epad ma oa o prezek war ar leur-gêr, dirak e iliz-veur, e welas Jezuz-Krist en nenv azezet en tu deou d’an Tad, hag an êle, en prosesion, o tougen Arc’h an Testamant. Ar bobl, ouz e glevet o tisklerian d’ezan petra wele, a gouezas d’an daoulin. Ar zant a reas sevel el lec’h-ze eur groaz mein-benerez, hag abalamour d’ar burzud a welas, e veze douget gwechall, en Breiz-Izel, relegou ar zent en prosesion, da zeiou ar Rogasionou. Thivisiau a oa eun den sioul hag habask ; koulskoude, pa veze red, e ouie diskouez e skourje. Eun ôtrou bras eus ar vro, Riwallon e hano, a reas eun devez ar rins en manati Maok, eur manati hag a oa peder leo diouz Dol ; stlepel a reas ar venec’h eus o zi ; lakat a reas an tan en iliz ; laerez a reas al listri sakr ha kement a gavas, hag e tizroas d’e vaner. Thivisiau, pa glevas an neventi, a yeas, daouzek manac’h gantan, war e droad, da glask al laer ; en em gaout a reas gantan war-dro Lann-Camfroud. Riwallon, dal ma welas an eskob hag e venec’h, a gollas e hardiegez : — Perak ’ta, emezan, ôtrou ’n eskob, e kemeret ar boan da zont betek aman war ho troad ? — Abalamour d’it-te eo e teuan, eme ar zant, hag abalamour d’az sakrilach euzus. Lavar d’in perak az peus laket an tan en manati Sant-Maok ? Ar pec’hed az peus grêt a zo ken bras hag an hini az pije grêt o vruzunan brec’h sant Samson. Riwallon a oa strafuilhet ; aon a grogas ennan na raje an eskob e glemmou en e eneb d’ar roue Judikael, hag e lavaras : — Otrou ’n eskob, na gemeret ket a zroug ouzin. Sevel a rin iliz Sant-Maok, ha seiz-all ganti c’hoaz, en hoc’h eskopti ; rei a rin d’ec’h, en dizro, seiz gwech muioc’h eget ar pez am eus laeret. — Ha levr an Aviel, eul levr ken kaer-all, a oa war ôter Sant-Maok, hag a zo kavet el liorz, hanter-zevet ? — Seiz-all, henvel outan, a roin d’ec’h ive ! eme Riwallon. An eskob a bardonas an torfetour, mes kement a nerz-kalon en devoa laket da zifenn e wir, ma ne oe ket kredet ken mont d’ober gaou ouz madou sant Samson. Thivisiau, deut da vezan koz, a roas an dilez eus e garg hag a ’n em dennas en e vanati ; eno e varvas, war-dro hanter ar seizvet kantved. E gorf a oe sebeliet en Dol ; divezatoc’h, pa deuas an Normaned d’ober o freuz en Breiz, e oe kaset e relegou da Bariz. Sant Thivisiau eo patron Landivisiau, en eskopti Leon, ha patron Plogonneg, en eskopti Kerne. SANT JUDOK Ermit (VIIet kantved) An de-man en em gav ive gouel sant Judok, breur da sant Judikael, roue Breiz. Savet e oe en abati Lan-Maelmon. Yaouank oa c’hoaz, pa deuas e vreur, skuiz gant ar garg a roue, d’he c’hinnig d’ezan. Elec’h he digemer, Judok a yeas da heul unnek pelerin o vont da Rom. N’e ket da Rom ec’h eas, avat, mes da Chartr, da Bariz, hag erfin da di Haymon, duk ar Ponthieu, a viras anezan en e lez, hag a reas d’ezan digemer ar velegiez. Mes ar zant, hag a glaske bevan pell diouz an drouz, a c’houlennas en em denn er c’hoajou. Ter gwech e chenchas lec’h evit tec’hel arôk ar vrud ; an dervet gwech, ec’h eas da Rom da gerc’hât relegou da lakat en iliz savet demdost d’e beniti neve, gantan duk Haymon, en enor da zant Martin. En kichen an iliz-ze e varvas. E gorf, mezellour a c’hlanded epad e vue, a ’n em viras fresk-beo, pell amzer goude e varo. Sant Judok a zo patron ilizou Lohuec hag Henvias. E relegou eman al loden vras aneze en eskopti Arras ; koulskoude, iliz Henvias he deus eun tamm askorn eus e vrec’h bet kaset d’ezi er bla 1835. Sant Judok a zo pedet gant al labourerien evit o loened-korn. B O K E D An neb en deus pec’het, abalamour da vadou an nesan, ha ne restôl ket, hag hen goest d’hen ober, n’eo ket eur penitant eo, mes eun trompler; ar pec’hed ne vezo pardonet nemet pas vezo restôlet ar pez a zo bet laeret, non remittitur peccatum, nisi restitatur ablatum. Sant Augustin Daouzekvet devez a viz Gouere Sant Yan Gualbert Abad (***-1073) Evel eur wezen hag a deu, en eur greski, d'ober skourrou hirr ha ledan, Urz sant Beneat, savet war Mene-Kasin, war-dro ar bla 529, a 'n em astennas 'dre ar c'huz-heol a-bez. En Bro-C'hall e welomp manati Kluny ha hini Sito, en Itali, hini Vallombreuz, brudet bras abalamour da strizder e reolen ha da zantelez e gentan abad, sant Yan Gualbert. Yan Gualbert a oa ganet en Floranz, war-dro ar bla 1000, a dud a ouenn vras ha pinvidik. Er mare-ze e oa eleiz a freuz en Itali, hag eun devez, Hug, breur muian-karet Yan, a oe lazet. Yan n'en devoa mui nemet eur zonj : lemel e vue digant ar muntrer. Evit se, e kerze gant e vignoned, da Wener ar Groaz, o furchal ar mêziou. En eun tol en em gavas gant an hini a glaske, en eur wenojen ken striz ma n'helle tec'hel dioutan en tu ebet. Yan a grogas en e gleze hag a zailhas war e enebour ; mes heman, raktal, a 'n em strinkas d'an douar, a lakas e zaouarn en kroaz ha, gant eur vouez glac'harus, e c'houlennas true, en hano Jezuz maro da genver an de-ze. O klevet hano Jezuz, Yan a chomas a-zav, evel skoët ; trec'het oa gant gras an Otrou Doue, hag ar c'homzou-man a deuas eus e galon war e vuzellou : « Savet ha bezet dinec'h, ankouât, a ran ar boan ho peus grêt d'in ; » hag en eur vriata ar muntrer, e lavaras d'ezan : « Bezomp eta mignoned hiviziken ! » Kerkent e kerzas da vanati Sant-Miniat, a zo être Piz ha Floranz. Eno, en iliz, e oa eur groaz koad, ar C'hrist o vervel warni. Gualbert a zaoulinas dirak ar groaz-ze hag a ouelas dourek. Pa zavas diouz e heden, e welas penn Hon Zalver o soublan etre ter gwech etrezek d'ezan, gant eur mousc'hoarz tener. Ar burzud-ze a skoas eun tol ken pounner en e galon ma c'houlennas raktal bezan digemeret e-touez menec'h Sant-Miniat. Bevan reas er manati, eürus evel eun êl, « oc'h evan eus eienen ar c'hras, evel ar bokedou a ev gliz an neve-amzer. » Pa varvas an abad, o vezan gwelet eur manac'h o klask pignal en e garg dre laer, en em dennas en Kamaldoli, elec'h ma oa sant Romuald oc'h ober pinijen ; mes c'hoant Yan oa bevan dindan reolen sant Beneat. Abalamour da ze, ec'h eas da Vallombreuz, war meneiou an Apennen, etre Floranz ha Kamaldoli ; eno e tiazezas eur manati, hag ar reolen a roas d'e venec'h oa reolen goz sant Beneat, kalz strisoc'h eget an hini a heuilhed er manatiou-all. Ar vrud eus santelez an abad a zigasas d'ezan tud a bep stad, hag en berr amzer, Vallombreuz a deuas da vezan « liorz Doue, gloar an Iliz ha magerez ar zent. » Evel eun eienen bepred krenv, e hade he menec'h dre ar bed. Yan a rene e holl vanatiou, evel eun tad madelezus bepred war evez da bellât an droug diouz e vugale, ha bepred ive prest da gastizan ar re ne felle ket d'eze senti. Eur garante divent en devoa evit an dud reuzeudik. Evit prenan bara d'eze, pa veze kernez, e werze gwiskamanchou oferen Vallombreuz. Eun dudi oa e welet oc'h ober war-dro ar re a oa taget gant ar vosen, ha dre an Toskan a-bez, e kaved hospitaliou savet gantan evite. Ober a reas ive ar pez a oa en e c'halloud evit ma vije torret, eus o c'hargou, an eskibien hag an abaded a roë arc'hant evit en em silan enne. Kouezan reas klanv en Pasignano ; eno e varvas d'an 12 a viz gouere 1073, hag eno e oe sebeliet. Laket eo bet en renk ar zent, er bla 1183, gant ar pab Selestin III. B O K E D Mar karet ar re ho kar. eme Hon Zalver Jezuz-Krist, peseurt gopr ho pezo ? Daoust hag ar bublikaned ne reont ket ze ? Ma saludet ho preudeur, daoust hag ar baganed n'hen greont ket ? Mes me a lavar d'ec'h : karet hoc'h enehourien ; grêt vad d'ar re o deus droug ouzoc'h : pedet evit ar re ho kwall-gas hag ho tispenn, ma fell d'ec'h bezan santel evel m'eo santel ho Tad eus an nenv. AVIEL SANT VAZE, V. 44. 48. Trizekvet devez a viz Gouere SANT ANAKLET Pab ha Merzer (78-91) Hano Anaklet, eme an tad Gueranger, a zo evel eun « hekleo divezan eus gouel bras an 29 a vezeven. Lin, Klet ha Klemant o deus bet an enor da vezan bet beleget gant vikel-bras an den-Doue. » Ganet en Athen, Klet a oe gonezet d'ar fe ha kelennet gant an abostol sant Per. O welet ar vue santel ha skouerius a rene, an deskadurez en devoa, prins an Ebestel hen greas avieler hag hen digasas gantan da Rom. Lavaret a rêr e c'honezas eno kalz paganed da lezen Jezuz-Krist ken en amzer sant Per, ken en amzer sant Lin, merzeriet er bla 78, pa oa an impalaer Vespasian en penn ar rouantelez. Ezom a oa neuze eus eur pab desket ha kalonek evit sturian an Iliz; rak-se, goude merzerenti sant Lin, beleien ha kristenien Rom, oc'h anaout spered lemm ha kalon vras Klet, hea dibabas da bignal war Gador sant Per. Hepdale e renkas kemer an tec'h. An impalaer Vespasian, kounnaret eneb ar gwir Doue, a zougas eul lezen da harlui ar gristenien. Klet a yeas en hent. Pa zavas Titus war an trôn, da varo Vespasian, e tizroas; neuze e trokas e hano a Glet, a zinifi « galvet », ouz an hini a Anaklet, a zinifi « galvet eun eil gwech. » Epad eur vosen a zismantras Rom hag ar c'hêriou tro-war-dro, e soursias e-unan ouz ar re glanv, hag e kasas aluzenuou d'ar re n'helle ket mont war o zro. Anaklet a zougas ive lezennou kaer evit startât ar gristenien en o fe, ha rei d'eze nerz da vont dirak ar varnerien. Evelse e c'hourc'hemennas d'eze kommunian bemde en oferen; rak, emezan, evel ma teu ar c'horf, en berr amzer, da zinerzan ha da vervel, ma n'en deus ket a vagadurez, evelse ive an ene a ve buhan diskaret, ma ne roër ket d'ezan bara an êle, Korf sakr Mab Doue. Dougen a reas eur gemennadurez, da lavaret e vije red tri eskob, da nebeutan, evit sakri eun eskob neve, hag alian reas an eskibien da rei an urziou sakr d'ar gloareged, dirak an dud fldel. Leun a anaoudegez vat evit prins an Ebestel, en devoa e c'honezet d'ar fe hag e veleget, Anaklet a reas kempenn e ve, a-zoare, ha herve eur greden, e reas zoken sevel eur chapel warnezan. En diou wech e roas an urziou da bemp beleg ha da dri avieler, hag e sakras c'houec'h eskob. Anaklet a oa eta bepred ar mesaër mat ha karantezus a ziwalle e bobl diouz ar baganed hag a gase aneze d'ar peuri dru; bezan e oe gwir diskib an Ebestel, hag evel an holl Ebestel, (nemet sant Yan hag a veve c'hoaz neuze), e varvas dre ar verzerenti, er bla 91, er mare ma oa an impalaer Domisian o ren ar rouantelez. B O K E D « Daou seurt tud o deus ezom da gommunian alïes : ar re a zo dija santel, krenv ha yac'h, gant aon da goll o zantelez, o nerz hag o yec'hed; hag ar re n'int ket c'hoaz santel awalc'h, pe a zo c'hoaz dinerz ha klanv, evit dont da vezan santel, krenv ha yac'h evel ar re gentan. » SANT FRANSEZ A ZAL. Pevarzekvet devez a viz Gouere SANT BONAVANTUR Eskob ha Kardinal, Doktor eus an Iliz (1221-1274) Sant Fransez Asiz a lavare eun devez, en eur huanadi : «Ma c'hellfen, da vihanan, kaout eun ene evit kompren ma hini !» Ar pez a glaske a 'n em gavas. Er bla 1221, en Bagnarea, en Toskan, Yan Fidenza ha Mari Ritelli o devoe eur mab hanvet Yan,, evel e dad. D'e bevar bla, e oe dare d'ezan mervel. E vamm vat a redas, en eur ouelan, da gaout sant Fransez, hag a bedas anezan da zovetât ne c'hrouadur : «Ma selaou Doue ac'hanon, emezi da Fransez, e karfen e welet o vont en hoc'h Urz.» Ar bugel a bareas hag ar zant a deuas d'e welet da Vagnarea. Raktal m'en em gavas dirakan, e vriataas anezan gant teneredigez, hag ouz e zevel etrezek an nenv, e lavaras : «O buona ventura : o pebez kavaden vat !» Fransez en devoa kavet an ine a c'houlenne digant Doue, evit kompren mennoziou santel e galon. Evel a lavare eun doktor : «An eil Eli en devoa kavet e Elize.» Diwar neuze, Yan ne oe grêt mui nemet Bonavantur anezan. Dre ma kreske en oad, e teske, en eur c'hoari, holl skianchou ar bed. Ma oa kaer a zremm, e ene dinam a oa c'hoaz kalz kaeroc'h. Da zaou vla warn-ugent, evit ober herve promese e vamm, e c'houlenne bezan digemeret en Urz sant Fransez. Er manati e oe skouer an holl venec'h; hepdale e oe kaset da Bariz da studian an teoloji, dindan eun den brudet ha desket, Alexandr de Hales. Heman, o welet e spered lemm hag e zantelez, a lavare eun devez : «Setu dirak hon daoulagad eur skeuden veo eus Adam arôk e bec'hed.» Eun devez, Bonavantur, hag a oa en gwirione el ar manati, hag a gare kommunian alïes, a gemeras aon ha spont : ne grede ket tostât ouz an dôl zantel. En eun tol, eul lodennig eus an hosti vras konsakret gant ar beleg, en oferen, a nijas war e vuzellou. Evel ma teu bannou an heol da laouennat pep tra, goude eur barr-glao, evelse Jezuz a lakas ar fianz hag al levenez da sklêrât e ine. Koulskoude, spered lemm Bonavantur a reas founnus e hent, e-touez kenteliou tenval an teoloji, ha hepdale ar skolaer a oe beleget ha laket e-unan d'ober skol. Ar vrud a deuas war e dro. Mes Bonavantur a dec'he diouz meuleudiou an dud, evit mont da zaoulinan dirak ôter Jezuz-Krist, da bleustri ware boaniou ha war e varo, pe c'hoaz, da louzaoui an dud lor en hospitaliou. Da bemp bla ha tregont, e oe dibabet da jeneral e Urz. Neuze e skrivas bue sant Fransez Eun devez, sant Thomas, o vezan deut d'e welet, a gavas anezan gant al labour-ze. En em denn a reas heb e zistrei, en eur lavaret d'ar re a oa gantan : «Lezomp ar zant da labourat evit ar zant.» Eun dro-all, sant Thomas a c'houlennas digantan pelec'h e tasturne ar c'homzou a lavare hag a yee ken don en kalonou an holl : «Setu, eme Vonavautur, en eur ziskouez ar groaz, setu al levr hag en deus desket d'in an nebeut a ouzon.» Ren a reas e Urz epad 18 vla, gant nerz ha dousder. Dindan eur mestr ken santel, a gastize e gorf en eun doare ken spontus, hag a 'n em blije oc'h ober al labouriou diêsan, an holl venec'h a oa laouen o heuilh adar re, pen-da-ben, lezen striz o Urz, o devoa lezet eur pennad a-goste. Mes ne gave ket e oa awalc'h d'ezan plêal gant e venec'h hepken. E garante evit an ineou prenet gant Jezuz-Krist a reas d'ezan labourat evite, en kement lec'h ma tremene, en eur welet e vanatiou. Prezek ha kovez a rê dre-oll. Komz a rê d'ar brinsed, d'an dud a lliz, da vistri ar c'hêriou, eus an doare da viret ar fe e-touez ar gristenien. Goude maro ar pab Klemant IV, en devoa klasket e hanvan da arc'heskob en York, an lliz a chomas daou vla ha nao miz hep penn; kentan tra a reas Gregor X, o pignal war an trôn, a oe hanvan Bonavantur da gardinal ha da eskob en Albano. O walc'hi listri ar gegin e oa, en Mugello, pa deujod da rei kelou d'ezan eus an neventiou-ze. Ar pab a falvezas gantan e zakri e-unan, hag hen digasas gantan da gonsil-meur Lyon. Bezan e oe ene ar c'honsil-ze. Meur a wech e prezegas; e gomzou santel ha nerzus a c'honezas kannaded impalaer Byzanz, hag a unanas, evit eur pennad hepken, siouaz, lliz ar zav-heol gant iliz ar c'huz-heol. Goude ar bedervet bodadeg, e kouezas klanv, ha d'ar 14 a viz gouere 1274, e tremenas, en e drede blavez ha hanter-kant. Gregor X a c'hourc'hemennas da veleien ar bed holl lavaret oferen evit repoz e ene. Sixt IV a lakas e hano e-touez ar zent, d'an 20 a viz ebrel 1482, ha Sixt V hen lezhanvas doktor eus an lliz. B O K E D An humilite he deus peder bazen : ar gentan eo disprijout ar bed ha kement a oufe da lavaret; an eil, diwall da zisprijout den ebet; an dervet, en em zisprijout an unan; hag ar bedervet, kaout joa o vezan disprijet gant ar re-all. SANT BONAVANTUR. Pempzekvet devez a viz Gouere SANT HERRI Impalaer (972-1024) Herri a Jermani, eilvet eus an hano-ze evel roue, kentan evel impalaer, eo an divezan a oe kurunet eus familh duked ar Sax, dibabet gant Doue, en dekvet kantved, da beur-ober labour santel ar prins Charlemagn hag ar pab sant Leon III. Herri a deuas er bed en kastel Abaudi, en kichen stêr an Danub, d'ar 6 a viz mae 972. Mab oa da Herri, duk Bavier, ha da Jizel, merc'h roue Bourgogn. Bezan en devoe an eurvat da vezan savet en doujanz Doue gant e vamm, ha da vezan kelennet gant sant Volfang, eskob Ratisbon. Heman a oa e baëron hag a lakas da ziwan en e galon ar vertuziou bras a zo red da gaout evit ren ervat ar boblou. Er bla 1002, pa varvas Othon III en Rom, en e vla warn-ugent hepken, ar brinsed bodet en Werla a hanvas Herri, duk Bavier, da roue. D'ar 6 a vezeven war-lerc'h, e oe sakret gant arc'heskob Mayans. Er mare-ze, ne oa ket êz gouarn an Alamagn, ken lodennet ma oa etre prinsed, duked ha komted a veze dalc'h-mat o stourm an eil ouz egile. Boleslas, roue ar Pologn, ne baouezas ket, betek ar bla 1018, da lammat dreist harzou e rouantelez, da zismantr ar c'hêriou hag ar mêziou. Ter gwech, Herri a renkas sevel soudarded evit ober d'ezan mont war e giz. Mes a dra zur, ma c'hallas Boleslas ober kement-se a reuz, eo dre m'en em zave bepred prinsed Luxembourg, breudeur-kaer Herri, en e eneb, en eur ober evelse kalz droug d'o bro, d'o roue ha d'eze o-unan. Evel ar Pologn, an Itali ne fëlle ket d'ezi senti, hag he devoa hanvet eun den kalonek, mes kri meurbed, Arduin, markiz Ivre, da roue. Herri, goude bezan e drec'het, a oe kurunet roue an Itali gant Arnulf, arc'heskob Milan. Er bla 1012, ar pab Sergius IV a varvas, ha Beneat, eus familh Tusculum, a oe dibabet en e blas. Mes familh Crescenzi a hanvas eun all, Gregor. Beneat, dibabet da gentan, a oa ar pab gwirion. An impalaer Herri, gant e arme, a reas da C'hregor kemer an tec'h, ha Beneat VIII, chomet e-unan en Rom, a oe anavezet gant an holl. Pa zigouezas Herri hag e zoudarded dirak kêr, Beneat a deuas d'e ziarbenn gant e veleien hag e bobl. Kinnig a reas d'ezan eur voul aour, eur groaz aour warnezi. D'ar 14 a viz c'bouevrer 1014, Herri a oe kurunet impalaer, en iliz-veur Sant-Per. Arduin, o sonjal en eur vue gwelloc'h eget hini ar bed-man, a 'n em dennas en manati Fruttuaria, savet gant e dud. Lezel a reas war an ôter e zilhad hag e gurunen a roue, evit gwiskan saë ar venec'h. D'an 20 a viz gwengolo 1870, an Itali he deus bet ar vez da welet eur roue o tastum, dre an toull grêt er Porta pia, ar gurunen stlapet gant Arduin war ôter Fruttuaria. Koulskoude, Herri, c'houec'h vla goude m'oa dizroët eus e gurunedigez, a glevas e oa ar C'hresianed o tismantr douarou an Iliz. Digouezout a ra adarre en Itali ; trec'hi ra e enebourien ha diframman ra digante bro ar Pouilh. Evel n'en devoa bugel ebet, rak e bried hag hen a veve evel breur ha c'hoar, e reas e zonj da rei e holl vadou da Jezuz-Krist. Sevel a reas eun eskopti en Bamberg, er Bavier. En iliz-veur e lakas chalonied eus a Urz sant Augustin, hag en kiehen, ar rouanez Kunegond a zavas ive eur manati eus a Urz sant Beneat. Kerzet a reas bepred dorn-ouz-dorn gant ar pab Beneat ; n'en devoa nemet eur c'hoant, klask en pep tra gloar Doue, eürusted e bobl, en eur ober d'ezan dilezel e zizurziou ha senti ouz lezennou an Iliz. Diskaret a oe gant ar maro, d'an 13 a viz gouere 1024, d'an oad a zaou vla ha hanter-kant. E gorf a oe sebeliet en Bamberg, gant kalz a lid, ha goude eleiz a viraklou c'hoarvezet war e ve, ar pab Eujen lit a lakas e hano war roll ar zent, er bla 1152. B O K E D Ar re a zo er renkou uhelan er bed-man a ro tro da eleiz a dud d'en em zalvi pe d'en em zaoni. Evel ma teu o nesan da gemer skouer warneze, e c'hallont bezan en gortoz da bignal ulhl er baradoz, pe da ziskenn don en ifern. SANT FULJANS. C'houezekvet devez a viz Gouere Santez Mari Mene-Karmel Kentan tra a ra ar vamm d'he bugel, dal ma teu war an douar-man, eo e wiskan. Ar Skritur Zantel, evit rei d'imp da anaout pebe karante he devoa Anna evit he mab Samuel, a zesk d'imp he devoa grêt he-unan eur zaë gaer d'ezan. Ar Werc'hez Vari a reas ive eur zaë da Jezuz. » Mes n'eo ket awalc'h d'ezi gwiskan he Mab Doue hepken; Mari a zo Mamm d'an holl gristenien, ha da bep-hini aneze he deus roët eur gwiskarnant, Skapular Karmel. (1)» Ar C'harmel a zo unan eus braoan ha pinvidikan meneiou a zo er Palestin. Ar Skritur Zantel a gomz eus e drevajou seder, hag lsaias, evit rei da anaout, pegen kaer evije Mab Doue en em c'hrêt den, a lavare: «Gloar al Liban a vezo roët d'ezan, gant gened ar C'harmel hag ar Saron.» War Mene Karmel eo e vevas Elias hag Elize, hag o diskibien a zavas, war e gern, ar chapel gentan a zo bet sa vêt war an douar en enor d'ar Werc'hez. Abalamour da ze e oent hanvet, dre hirr amzer, «Breudeur santzs Mari Mené-Karmel.» P'en em dôlas ar Vuzulmaned da wallgas ar gristenien, leaned Mene-Karmel a deuas da chom en broiou ar c'huz-heol (1245). O Urz a oe brudet, dreist-oll en Bro-Zôz. Eur manac'h santel, eur zôz. e hano Simon Stock, a oa neuze en e benn. Koz oa, tremenet e bevar-ugent vla gantan, hag aboue pell amzer, e c'houlenne ouz an Itron-Varia eur c'hras kaer bennak evit e Urz a oa, eur pennad a oa, tôl-distôl dre ar bed. Hogen, en noz arôk gouel santez Mari Mene-Karmel (1251), ec'h astenne e bedennou hag e lavare da Vamm Doue : «O bleunien ar C'harmel, splander an nenv, mamm ha gwerc'hez, mamm leun a garante ha bepred gwerc'hez, stereden ar mor, roët eur c'hras dispar bennak da leaned Karmel, ho pugale.» Hag e pedas en doare-ze betek goulou-de. Da zav-heol, an Itron-Varia a 'n em ziskouezas d'ezan, bochadou êle war he zro, en kreiz eur sklerijen skedus; gwiskamant leanezed Karmel a oa ganti; he dremm a oa laouen, ha war he fenn eur gurunen aour a lufre. En he dorn e oa skapular Urz Karmel; en em gavet en kichen ar zant, e tôlas anezan war e ziskoa : «Ma mab, emezi, kemer ar gwiskamant-se, evel eun testeni eus ar grasou kaer am eus bet evidout hag evit ar re holl a zo en Urz Karmel. Kement hini a varvo gant ar shapular-se ne gouezo ket en tan an ifern.» Er bla 1314, da varo Klemant V, Kador sant Per a chomas goullo daou vla, tri miz ha seitek devez. Ar c'hardinal Jakez Osa a oa glac'haret o welet trubuilhou an Iliz, hag a bede ar Werc'hez d'o berrât. Eun nozvez, Mamm Doue a lavaras d'ezan e oa o vont da vezan hanvet da vikêl Jezuz-Krist, hag e renkje, dal ma vije azezet war Gador sant Per, embann dre ar bed holl e tennje eus ar purgator, d'ar zadorn kentan war-lerc'h o maro, ar re a vije en breuriez skapular Karmel, gant m'o dije miret o glanded, pep-hini herve e stad, ha lavaret bemde he ofis bihan,'pe grêt vijil da verc'her ha da zadorn en he enor. An de war-lerc'h, (7 a viz eost 1316), Jakez Osa a oa hanvet da bab, hag a gemere an hano a Yan XXII; e gentan preder a oe embann, dre ar bed kristen, induljans ar zadorn. Meur a dra a zo tremenet aboue m'eo digouezet ar burzudou-ze, nemet ar fianz en skapular Karmel hag en e c'halloud ne dremenont ket. Digaset en deus ar yec'hed d'ar re glanv; mouget en deus tâniou-gwall; miret en deus diouz pep droug martoloded war ar mor en kounnar, ha soudarded war an dachen a vrezel; tennet en deus eus adre skilfou an drouk-spered ar brasan pec'herien. Kemeronp eta skapular Karmel ha dalc'homp d'ezan; n'eo ket red binnigan nemet ar c'hentan a gemerer. An neb a zo bet eur pennad amzer heb hen dougen, a c'hell hen adkemer, hep ma vefe red d'ezan e vinnigan a-neve. (1) An O. Chatton, Levr Bugale Mari. B O K E D Mari, pa 'z oc'h lezhanvet sikour ar gristenien, Evit hoc'h holl vugale, ni ray d'ec'h eur beden : Plijet ganec'h o diwall diouz pep droug er bed-man, Hag o c'haset d'an nenvou, en o heur divezan. Seitekvet devez a viz Gouere Merzerenti Leanezed Karmel Kompiegn (1794) Blaveziou divezan an XVIIIet kantved a oe blaveziou a dristidigez, a zispac'h hag a wad. Gwazed a bep renk, ha merc'hed zoken, a oe laket d'ar maro abalamour d'o relijion. Eur skouer gaer a oe roët neuze d'ar Frans gant c'houezek leanez eus Karmel Kompiegn. Dal ma tigoras ar freuz, ar merc'hed santel-ze o devoa heuilhet ali ar superiorez, ar vamm Thereza sant Augustin; kinnig o devoa grêt holl o bue da Zoue evit silvidigez an Iliz hag ar Frans. Stlapet eus o c'houent, ne baouezjont ket, evit an dra-ze, «da gutuilh mel karante Doue war bokedou c'houero ar binijen,» en tier m'o devoa kavet enne dor-zigor. Abalamour da ze, e oont stlapet er prizon, en mezeven 1794, ha kaset da Bariz d'an 12 a viz gouere war-lerc'h, en eur c'har kelc'hiet gant soudarded, o daouarn liammet drek o c'hein, ar bobl o youc'hal war o lerc'h. En em gavet en penn an hent, al leanez Mari ar Rezureksion, pevar-ugent vla d'ezi, o vezan n'helle ket diskenn he-unan, a oe tôlet war he fenn d'an traou, ken garo ma chomas eur pennad dilavar. Serret a oent neuze en prizon ar C'honciergerie, en eun toull tenval ha flerius, elec'h m'o devoe naon ha sec'hed. Pevar devez goude, e oent stlejet dirak al lez-varn. Ar barner disleal, hep selaou nag an testou nag an difennourien, a gondaonas aneze d'ar maro, abalamour ma talc'hent da vevan evel leanezed, hag abalamour m'oant devot da Galon-Zakr Jezuz. Ar varnedigez-ze a lakas al levenez da baran war o zâl, ar pez a zoueze an dud goue ha kri a oa war o zro. Hag ec'h eent etrezek leuren o merzerenti, en eur ganan, ken laouen ha ma vijent bet o vont d'eun eured. P'en em gavjont dirak ar c'hilhotin, e kanjont ar Veni Creator Spirilts; goude e nevezjont o fromeseou a gristenezed hag a leanezed. Ar superiorez, Thereza sant Augustin, evel gwechall mamm ar seiz breur Makabe, a c'houlenn bezan lôsket da zivezan, ma c'hello rei kalon d'ar re-all. Neuze, an eil goude eben, e teuont da c'houlenn outi ôtre da vervel; pignal a reont, seder ha skanv, diri ar chafod, en eur ganan al Laudate Dominum omnes gentes, hag e kinnigont o fenn d'ar bourreo. Ar vamm Thereza, goude bezan binniget, an eil goude eben, he merc'hed war dreujou ar bed-all, a yeas d'o heul, hag he maro a beurc'hreas ar gurunen roz ru a bignas ar c'houez vat dioute betek trôn an Otrou Doue; rak dek devez hepken goude merzerenti leanezed Kompiegn, e kouezas ar gounnar ifern-ze, a lake, daou vla a oa, douar Frans da ruzian gant gwad he gwellan bugale. D'ar 27 a viz mae 1908, Pi X a lakas merzerezed Karmel Kompiegn war roll an dud eürus. B O K E D N'ho pezet aon ebet, eme Hon Zalver Jezuz-Krist, rak ar re a laz ar c'horf ha n'hallont ket lazan an ine; kemeret aon, aval, rak ar re a c'hallfe ho teuler, korf hag ine, en tân an ifern. SANT VAZE X. 28. Triouec'hvet devez a viz Gouere Sant Kamilh Lellis Patron ar Glanvourien (1550-1614) Kamilh Lellis a c'hanas er bla 1550, en Bacchiano, en rouantelez Napl. Koll a reas e vamm, hag hen c'hoaz en e gavel, ha n'en devoa nemet c'houec'h vla, kennebeut, pa varvas e dad. Goude bezan desket lenn ha skrivan, ec'h eas da zoudard. Eur pôtr yaouank skanv oa, hag en em drei a reas kement gant ar c'hoari ma kollas e holl beadra ; da bemp bla warn-ugent, pa deuas eus an arme, n'en devoa ket eur gwenneg war e hano, ha daoust ma tiskenne a ligne uhel, e renkas en em lakat da zarbar masonerien a oa o sevel eur manati da venec'h sant Fransez, en Siponto. Superior ar manati, o welet pegen izel oa kouezet o heuilh e dechou fall, a gemeras true outan, hag a roas d'ezan eur gentel. Awalc'h oa ; Kamilh, ouz e glevet, a welas e fazi, a ouelas war bec'hejou e yaouankiz, a c'houlennas pardon ouz an Otrou Doue, hag a gemeras ar mennoz start da ren eur vue neve, en amzer da zont. C'hoantât a reas bezan digemeret en Urz sant Fransez ; a-benn diou wech, e oe roët e c'houlenn d'ezan, mes a-benn diou wech e renkas ive mont er-mêz, abalamour d'eur gouli a oa en e c'har, ha n'oa pareanz ebet evitan, war a lavare ar vedesined. Neuze ec'h eas da Rom, hag epad pevar bla e servijas eno ar glanvourien en hospital Sant-Jakez. Dougen a rê eur gouriz reun ; evesât a rê noz-de ouz ar re baour ; e vrasan preder a oa gant ar re a oa war o zremenvan ; sikour a rê aneze, ken en o ezommou korf, ken en o ezommou ine ; dalc'h-mat e veze o pedi ; sant Philip Neri oa e govezour ; kommunian a rê sul-gouel ; ken poellek ha ken karantezus oa, ma oe hanvet da rener ar c'hlanvdi. Kamilh a oa glac'haret o welet pegen nebeut a aked a gemere ar zervijerien gant ar re glanv, hag a lakas en e benn sevel eur vreuriez gwazed da zerviji ar glanvourien, en han' Doue, ha nan evit gonid arc'hant. Evit bezan muioc'h akuit d'ober an dra-ze, daoust d'an daou vla ha tregont en devoa, ec'h eas d'ar skol, ha d'an 10 a vezeven 1584, en devoe an eurvat da bignal ouz an ôter evit ar wech kentan. Daou vla goude, e krouas Urz Servijerien ar glanvourien, ha bevan reas, daoust d'an enebourien galloudus a glaskas e ziskar. Ar pez o devoa d'ober ar re a deue ennan oa serviji, en han' Doue, ar beorien, n'eus forz peseurt klenved a vije gante, gant kement a aked hag o dije laket da zerviji Jezuz-Krist e-unan, ma vije bet en o flas. Dioustu an Urz neve a oe kavet mat gant ar pab Sixt V ; astenn a reas prim. Evez Kamilh war-dro e glanvourien a greskas c'hoaz kerkent ma teuas da anaout e veze a-wecbou beziet tud veo. (1) Gourc'hemenn a reas d'e venec'h derc'hel gant ar pedennou dirak au dud war o zremenvan, eur pennad goude m'o deveze tennet o huanaden divezan, ha chom hep golo o fenn d'eze dal ma c'halled kredi e vezent maro. Ma kemere eleiz a breder gant korfou e beorien, muioc'h c'hoaz a gemere gant o ineou. Deski a rê d'eze lakat urz en o c'honsianz ha karet an Otrou Doue. Pa gleve eur zarmon ha ne veze ket bet komzet enni eus an doare da garet Doue, pe eus ar red m'eo hen ober, e lavare oa eur walen gaer, nemet e vanke enni eur berlezen. War fin e vue, en devoe e-unan pemp klenved hirr ha poanius, a hanve pemp trugare an Otrou Doue. Mervel a reas d'ar 14 a viz gouere 1614, en e bevar bla ha tri-ugent. Unnek-ugent eus e venec'h a oe diskaret en e rôk gant klenvejou tapet endro d'ar beorien. Ar pab Beneat XIV a lakas hano Kamilh Lellis war roll ar zent, er bla 1746, ha Leon XIII, goude bezan e lezhanvet patron ar glanvourien, a reas lakat e hano en litaniou an tremenvan. (1) Diouz ar c'hlenved a stourm outan, eun den a c'hall chom beo eur pennad mat, hep finval e wad, ha hep tennan e alan. N'eo ket eta a nat, dre zur, ar maro, nemet pa weler ar c'horf o trei. B O K E D Bemde e varv dre ar bed war-dro seiz-ugent mil den ; seitek ha pevar-ugent bep munut ; eur milion ha hanter-kant bep bla. Mat eo eta d'imp lavaret bemde, o tihuni, ar bedennig-man : Ma Doue, an holl oferennou lavaret hirie dre ar bed holl, me o c'hinnig d'ec'h evit ar bec'herien a zo en angoni hag a dle mervel epad an devez-man. Ra zeuio gwad presius Hon Zalver, shuilhet evit o frenan, da dennan warne trugare an Otrou Doue. (300 devez induljansou. PI X, 26 a vis here 1907). Naontekvet devez a viz Gouere Sant Visant a Bôl Patron an holl oberou a drugare (1576 -1660) Visant a Bol a c'hanas en Pouy, en kichen Dax, en kreiz lanneier ar Gaskogn, d'ar 26 a viz ebrel 1576. N'oa c'hoaz nemet eur bugel, hag e weled dija o vleunian ennan e garante evit ar beorien. Goude bezan bet eur pennad o vesât loened e dad, e oe kaset da skol Tadou sant Fransez Dax, hag evel m'en devoa c'hoant da vont da veleg, ec'h eas eus Dax da Doulouz da genderc'hel e studi. D'an 23 a viz gwengolo 1600 e oe beleget. Eun devez ma oa oc'h ober hent war vor, pemp bla goude, e kouezas etre daouarn an Durked, hen c'hasas da Dunis hag hen gwerzas eno evel sklavour. Goude bezan tremenet daou vla er reuz-ze, e teuas a benn da c'honid e vestr da Jezuz-Krist, hag ec'h eas gantan da Rom, da bedi war beziou an ebestel Per ha Pôl. Epad ar pempzek miz a dremenas en kêr-benn ar gristenien, ar c'hardinal Ossat a deuas da anaout e zantelez hag a gasas anezan, evit eun afer a bouez, da gaout Herri IV, roue Frans. Visant a ouezas en em denn ken brao, ma oe kinniget d'ezan abati Sant-Leonard; mes hen refuz a reas evit mont d'eur barouz vihan harp ouz Pariz, he hano Clichy. Eno e lakas ar peuc'h er familhôu, e savas eun iliz neve, hag e skolaas en e di dek pe daouzek kloareg. War ali ar c'hardinal Berull, e kuitaas e barouz evit mont d'ober skol da vugale an ôtrou de Gondy; epad an daouzek vla a dremenas oc'h ober ar vicher-ze, e reas eur vad vras, ken d'e skolaerien, ken d'o c'herent. Hanvêt ive, e keit-ze, gant ar roue, da berson ar galeou, e labouras meurbed war zilvidigez ar brizonierien ha war hini o mistri. Sant Fransez a Zal hen c'hargas da ren e leanezed, hag hen ober a reas epad tost da zaou-ugent via, gant kement a furnez, ma lavare eskob Jenev n'en devoa biskoaz anavezet eur beleg kenkouls hag an ôtrou Visant. Labourat a reas rnuian m'hallas da gelenn ar beorien, ha dreist-oll, an dud diwar ar mêz. Evit rei an dorn d'ezan war an dachen-ze, e savas eur genvreuriez misionerien, lezhanvet Lazaristed, a oe ôtreet gant Urban VIII, er bla 1632. Labourat a reas ive evit ma vije savet dre ar vro kloerdiou bras, ma raje ar veleien konferansou etreze, ha m'o dije ar gloareged retrejou arôk reseo an Urziou. Kas a reas misionerien, n'eo ket hepken en pevarc'horn ar Frans, mes en Itali, er Pologn, er Skoz, en Iverzon ha betek, zoken, en Afrik hag en Indez. Galvet a oe en kichen Loeiz XIII, pa oa war e dremenvan, hag adalek aeuze, ar rouanez Anna 'n Autrich, mamm Loeiz XIV, a c'houlennas bepred e ali var dreo Iliz Frans, hag hen, eus e du, a rê kement a oa en e c'halloud evit ne vije laket nemet ar veleien wellan en penn an eskoptiou hag ar manatiou. Ne oa ket eun den en dienez ha n'en dije ket klasket e dennan anezi. Ar gristenien reuzeudik kouezet etre daouarn an Durked; ar vugale dilezet gant o zud; an dud yaouank diroll hag emzivad; ar merc'hed en danjer da goll o enor hag ar re o devoa hen kollet; ar brizonierien; ar bardonerien mac'hagnet; al labourerien ha ne oant ket evit labourât ken; an dud troët o spered; ar glaskerien bara, a gavas holl peurz en e vadelezou. Al Lorren, ar Champagn hag ar Pikardi, broiou-all c'hoaz, dismantret gant ar vosen, ar gernez hag ar brezel, a vevas diwar an aluzennou dastumet gantan. Sevel a reas eun Urz merc'hed evit skola ar vugale, klask an dud reuzeudik ha pleal gante : Leanezed sant Visant a Bol, a zo brudet breman dre ar bed holl, hag a ve kavet en kement lec'h ma 'z eus vad d'ober ha daerou da zec'han. Eun den oa an ôtrou Visant ha ne gare nag an êzamanchou, nag an enoriou, nag ar madou : Jezuz-Krist oa e Zoue ha klask a rê heuilh e skouer, en pep lec'h ha bemde, ha netra ken. En e yaouankiz e oa eun den ter; mes kemer a reas ar c'hiz vat da chom hep lavaret eur ger, keit ha ma verve ar gwad en e galon, hag en doare-ze e plegas e dech fall, hag e teuas da vezan eur beleg ken hegarat ma ne deue den d'e gaout ha ne vije laouen o vont digantan. Mervel a reas en Sant-Lazar, en Pariz, d'ar 27 a viz gwengolo 1660, en e bevare bla ha pevar-ugent. Klemant XII, o klevet ar vrud eus e vertuziou, eus e veritou hag eus e viraklou, a lakas e hano war roll ar zent, d'ar 15 a vezeven 1737, hag a c'hourc'hemennas ma vije grêt e ouel d'an 19 a viz gouere. Leon XIII, war c'houlenn eun niver bras a eskibien, a hanvas anezan da batron an holl oberou a drugare. B O K E D D'ar varn divezan, Jezuz a lavaro d'ar re a vezo en tu deou d'ezan : « Deut, tud binniget ma Zad, kemeret peurz er rouantelez a zo bet ôzet evidoc'h adalek ar penn kentan eus ar bed. Rak naon am eus bet. hag ho peus root d'in da zibri; sec'hed am eus bet, hag ho peus roët d'in da evan; divroad oan, hag ho peus ma repuet; noaz oan, hag ho peus ma gwisket; klanv oan, hag oc'h deut d'am gwelet; er prizon e oan hag oc'h deut d'am c'haout. » Neuze ar re vat a responto d'ezan : « Otrou, pegouls hon deus-ni ho kwelet o kaout naon, hag hon deus ho maget; o kaout sec'hed, hag hon deus roët d'ec'h da evan? Pegouls hon deus-ni gwelet ac'hanoc'h divroad, hag hon deus ho repuet, noaz, hag hon deus ho kwisket ? Pegouls c'hoaz hon deus ni gwelet ac'hanoc'h klanv, pe er prizon, hag omp deut davedoc'h ? » Ha Jezuz a lavaro d'eze : « En gwirione, me a lavar d'ec'h, bep gwech m'ho peus grêt an dra-ze d'ar bihanan eus ma breudeur, d'in ma-unan ho peus hen grêt. » SANT VAZE XXV. Ugentvet devez a viz Gouere SANTEZ MAC'HARIT Merzerez (253) Mac'harit a c'hanas en Antioch. En he c'havel e oa c'hoaz pa varvas he mamm. He zad, Edisius, e oa beleg bras an doueou fôz, a roas anezi d'eur vagerez. Houman a oa eur gristenez vat. Tol a reas plê, evel eur vamm, ouz korf ar verc'hig, mes gwelloc'h c'hoaz ouz he ene. Hadan reas sklerijen ar fe en he spered ha lakat a reas karante Doue da ziwan en he c'halon. Mac'harit a selaoue hag a gomprene he magerez, ha pa deuas skiant d'ezi, e c'houlennas bezan badezet. En he fedennou, e lavare da Zoue e chomje bepred gwerc'hez hag e vije laouen o rei he bue evel testeni eus he c'harante evitan. He zad ne zaleas ket da c'houzout e oa badezet e verc'h; ober a reas d'ezi dont d'ar gêr raktal, hag e lavaras d'ezi, droug ennan : - Red eo d'it lezel a-goste ar Jezuz-ze a bedez, trei kein dioustu d'e greden ha kinnig ezans d'an doueou : ahendall ne vezin mui da dad, mes da vourreo ! - N'eus forz petra refet d'in, eme Vac'harit kerkent, ho merc'h e vezin bepred, ha bepred ho karin hag ho toujin evel ma zad; mes daoust d'ar poaniou skrijusan, ne zilezin biken lezen Jezuz ha ne adorin nemet ar gwir Doue, en deus grêt a netra an nenv hag an douar. Eur respont ken kaer, elec'h digeri daoulagad he zad, ne reas nemet e gounnari muioc'h-mui. Rei a reas urz d'he stlepel e-touez ar sklavourezed, d'he magan evelte, ha d'he lakat d'ober al labouriou diêsan, hep true ebet ouz he yaouankiz. Mac'harit a veze bepred laouen ouz ar re a oa war ne zro, ha henvel oa ouz eun êl diskennet eus an nenv. He labour a veze bepred grêt mat. Koulskoude, an tad digalon ne gave ket e oa awalc'h c'hoaz; lemel a reas digant e verc'h he dilhajou kaeran ha, gwisket evel eur baourez, e kase anezi da ziwall al loened, n'eus forz peseurt amzer a rê. Eun devez e oa gant e chatal en kichen an hent bras, pa dremenas dre eno ar gouarner Olibrius. O welet he gened dispar hag he dremm kaer evel eur rozen, n'hallas ket miret da c'houlenn outi he hano : - Merc'h oa da Edisius, eme Vac'harit; en Antioch on ganet, ha badezet on. Ar gouarner a c'hourc'hemennas he digas d'e lez. An de war-lerc'h e klaskas he zouellan : - Kaer ho pezo, emezan d'ezi, lavaret ez oc'h badezet, ar zonj-ze a yelo hepdale eus ho spered, rak me fell d'in ho timezi, ha rei d'ec'h eleiz a enoriou hag a vadou. Otrou, a respontas Mac'harit, komz a ret eus dimeziou, mes ma eured me a zo grêt pell a zo; abaoue ma badeziant ne glaskan nemet eun dra : plijout da Zoue. - Lezet an treo-ze a-goste, ma merc'h; n'eo ket evit difenn ho kreden oc'h deut aman, mes evit bezan ma fried, ha ma ne zentet ket, e vefet skourjezet en eun doare spontus. - Gortoz a ran, ha prest on, eme ar plac'h kalonek; fianz am eus da vezan trec'h d'hoc'h holl boaniou, gant gras Doue. Hen eo en deus grêt ma c'horf ha ma ine, hag ar c'halloud ho peus warnon a zo bet roët d'ec'h gantan. Olibrius a yeas droug bras ennan hag a c'hourc'hemennas dispenn korf ar plac'h yaouank gant ivinou houarn, ken e redje ar gwad. Kalz eus ar re a zelle o devoa true outi. Olibrius hepken, dallet gant ar gounnar, o welet ne oa ket maro c'hoaz, a reas he stlepel er prizon. Eno, an drouk-spered a reas ar pez a oa en e c'halloud evit he spontan hag he lakat da bec'hi. Lavaret a rêr en em ziskouezas d'ezi evel eun aerouant euzus, hag a oa o vont d'he lonkan. Ar zantez a zavas he daoulagad etrezek an nenv, a reas sin ar groaz, hag an diaoul dic'halloud a dec'has en eur yudal. Doue n'he dilezas ket; en eun tol krenn, eur sklerijen lintrus a gargas ar prizon. An nenv a zeblante bezan digor hag an ele a c'halve ar verzerez. Eun niver bras a dud, o welet eur seurt burzud, a oe gonezet d'ar fe gristen; mes Olibrius, dre ne gave ket e varve buhan awalc'h ar verzerez, a reas he dibennan, war-dro ar bla 253. He c'horf a oe sebeliet en Antioch. Divezatoc'h, he relegou a oe rannet ha kaset du-man, du-hont; darn aneze zo miret en Sant-Jermen, en Pariz, en Troa, en Abbevill hag en Andrelek, en kichen Rruxell. B O K E D « Bezet fur en ho libri hag en hoc'h evan. eme sant Per, ha tôlet evez, rak an diaoul, hoc'h enebour, a zo o trei hag o tistrei a bep tu d'ec'h; yudal a ra, evel eul leon, ha klask a ra unan bennak hag a c'hallo da lonkan. » Enebet outan ha chomet start en ho fe.» Doue en deus chadennet mat an drouk-spered; kaer en devo yudal, n'hallo biken ober droug d'imp, ma ne dostaomp ket re outan. Kentan devez warn-ugent a viz Gouere SANT TENENAN Eskob, VIIet kantved Tenenan a oe ganet en Breiz-Veur, a dud a renk uhel ; danve eleiz en devoa, spered ha gened. Azveulet oa gant ar hed holl, En danjer, siouaz, d’en em goll, Abalamour da ze, e tec’has yaouank eus bro gunv e gavel, hag e teuas en Breiz-Izel. Treuzi reas mulgul Brest (1), ha diskenn a reas stêr an Elorn, betek m’en em gavas en kreiz koad Beuzit. Eno e savas e vanati, hag e vevas eur pennad didrous awalc’h. Mes Leoniz a deuas abred da gaout penn an hent da vont davetan, hag a ziredas niverus da c’houlenn e aliou hag e bedennou. Ar zant a reas ar muian vad a c’hallas d’o c’horfou ha d’o eneou ; prezek a reas d’eze komzou Doue ; sevel a reas evite diou iliz, hini ar Forest, ha pelloc’h, er c’hoad don, hini Plabenneg. En kreiz etreze o-diou, e savas eur c’hastel-krenv, evit digemer an dud paour, ma rankjent tec’hel arôk al laeron-vor a ziskenne gant an aberiou d’ober ar skrab en douar bras. Eno e savas eur chapel, gant eul lez da varn ha da gelen, ha setu perak e oe hanvet Lez-Kelen. Pa varvas eskob Kastel-Pôl, pobl ha beleien Leon, holl a-unan, a lakas Tenenan en penn o eskopti. En e amzer eo e c’hoarvezas ar burzud-man, a zo deut hano anezan betek ennomp, dre lavariou hon tud koz. Eur beleg eus a Blabenneg a oa eun devez o vont da gas an Otrou Doue da unan klanv ; an hentchou en devoa da dreuzi a oa eus ar re fallan ; digouezout a reas gantan koll an hosti santel en eur wenojen, ha kaer en devoe he c’hlask, daou zevez dioustu, n’hallas ket dont a benn da gouezan warnezi. Bras e oe e anken, hag ec’h eas da Gastel-Pôl da anzao ouz sant Tenenan e zievezted ha da c’houlenn ar pardon anezi. An eskob mat, glac’haret o klevet hano eus an darvoud-ze, a ’n em dôlas d’an daoulin hag a c’houlennas ouz Doue rei da anaout d’ezan petra oa deut da vezan an hosti santel. Selaouet a oe e beden. Epad ma oa en ofis, en e iliz-veur, e oe gwelet o tiskenn er c’heur eur goulmig wenn, skedus evelan heol, en he beg eur skour dero glas hag, ouz ar skour, eun tol gwenan. Hen lakat a reas goustadik war eur skabel. Kerkent, ar gwenan a oa outan a nijas kuit, o lezel a-wel d’an holl eur glozen goar, alaouret ha flouret a-zoare : en he c’hreiz e oa an hosti wenn ; an eskob santel he c’hemeras gant doujanz, a lakas anezi en tabernakl, hag a drugarekaas Doue eus ar burzud dispar-ze grêt en kenver e zakramant meulet ra vezo. Sant Tenenan a varvas war-dro hanter ar VIIet kantved. An Otrou a wiskas d’ezan saë ar c’hloar hag a gurunas anezan war dreujou ar baradoz. (1) Mulgul Brest : le goulet de Brest. B O K E D O c’houi hag a zo breman en harz Oter an Otrou Doue ha dirak Mestr ar vue, oc’h adori gant an Ele, an Drinded Santel, dalc’het sonj ac’hanomp holl, ha goulennet evidomp ar pardon eus hon fec’hejou. Eil devez warn-ugent a viz Gouere Santez Mari-Madalen Kentan kantved Mari-Madalen, ganet en Bethani, c'hoar da Vartha ha da Lazar, a oa en em gollet gant he danve hag he gened; pec'herez divez, et oa ar vrud anezi dre bevar c'horn ar vro; mes eun devez e welas Jezuz, kaeran bod lili a zigoras e vleuniou en draouien-man, hag e savas da vont d'e gaout da di Zimon al lor, elec'h ma oa o leinan; stoui a reas d'e dreid, o gwalc'hi a reas gant he daerou; o sec'han a reas gant he bleo; o gelei a reas gant louzou c'houez vat, ha pa zavas, daoulagad Hon Zalver a baras laouen war he ene neveaet. Koulskoude, an ozac'h en devoa pedet Jezuz da zont d'e di, o welet ar pez a dremene, a lavare ennan e-unan : - Ma vije bet heman eur profed, en dije gouezet peseurt plac'h a douch outan, rak eur bec'herez eo. Ha Jezuz a respontas hag a lavaras d'ezan : - Simon, eun dra am eus da lavaret d'ec'h. Hag hen a respontas : - Mestr, lavaret. - Eun den a oa dleour d'ezan daou-all, unan aneze a dlee d'ezan pemp kant diner, hag egile hanter-kant. » O vezan n'o devoa ket peadra da baean anezan, e roas diskarg d'eze o-daou. Piou a garo anezan ar muian ? » Simon a respontas hag a lavaras : - An hini, marvat, a zo pardonet d'ezan ar muian. Jezuz alavaras d'ezan : - Barnet mat ho peus ! Hag o trei ouz ar plac'h, e lavaras da Zimon : - Ha c'houi a wel ar plac'h-ze ? Deut on en ho ti ha n'hoc'h eus ket roët a zour d'in evit gwalc'hi ma zreid; mes houman he deus douret ma zreid gant he daerou hag o sec'het gant he bleo. » N'hoc'h eus ket roët eur pok d'in; mes hi, abaoue m'eo deut, n'he deus ket paouezet da bokat d'am zreid. » N'hoc'h eus ket skuilhet a eol war ma fenn; mes hi he deus skuilhet louzou c'houez vat war ma zreid. » Setu perak me lavar d'ec'h : kalz pec'hejou a zo pardonet d'ezi, abalamour m'he deus bet eur garante vras. An hini a zo pardonet d'ezan nebeutoc'h a gar nebeutoc'h.» Ha Jezuz a lavaras d'ar plac'h : - Ho pec'hejou a zo pardonet d'ec'h. Hag ar re a oa ouz tol gantan a 'n em lakas da lavaret enne o-unan : - Piou eo heman a bardon meêmes ar pec'hejou ? Ha Jezuz a lavaras d'ar plac'h : - Ho fe he deus sovetaet ac'hanoc'h. Et en peuc'h (1). Diwar neuze, Mari-Madalen a deuas da vezan ar zantez vras a garomp, abalamour drezi ec'h anavezomp sempladurez an den ha trugare an Otrou Doue. He dudi oa heuilh Jezuz-Krist, ha ne skuize ket ouz e selaou; ha Jezuz-Krist, diouz e du, pa dremene dre Vethani, o vont pe o tont eus Jeruzalem, a rê bepred e zis-kenn en he zi. Daou vla goude he dizro ouz Doue, Lazar, he breur yaouank, a varvas, ha Jezuz ne oa ket war al lec'h; kelo a oe kaset d'ezan. P'en em gavas, Martha ha Mari a lavaras d'ezan, an daerou en o daoulagad : « Oh ! Otrou, ma vijec'h bet aze, hon breur ne vije ket bet marvet. » Ha Jezuz, o welet glac'har an diou c'hoar, a reas da Lazar sevel eus a varo da veo. C'houec'h devez arôk Pask, Jezuz a zigouezas en Bethani. Ozet a oe e goan d'ezan eno. Martha a zervije, ha Lazar a oa unan eus ar re a oa ouz toli gantan. Neuze Mari a gemeras, en eur pod men-glan, eul lur c'houez vat, hag o vezan torret ar pod, e skuilhas anezan war benn Jezuz. Skuilh a reas ive war e dreid, hag e sec'has aneze gant he bleo. An ti a oe leuniet gant c'houez vat al louzou. Judas Iskariot, unan eus diskibien Jezuz, an hini a dlee bezan an traitour, a lavaras : « Perak al louzou-ze n'eo ket bet gwerzet tri-c'hant diner,, hag ar priz anezan roët d'ar beorien ? » Lavaret a reas an dra-ze, n'eo ket dre drue ouz ar beorien, mes abalamour ma oa laer. Hen a vire ar yalc'h hag a zouge ar pez a veze laket ebarz. Jezuz, o c'houzout an holl dreo-ze, a lavaras : « Perak e c'hlac'haret-hu ar plac'h-ze ? Rak eun dra vat he deus grêt em c'henver. Peorien ho pezo bepred en ho touez; mes n'ho pezo ket ac'hanon-me bepred. » Ha p'he deus skuilhet al louzou c'houez-vat-ze war ma c'horf, he deus hen grêt evit ma lieni. » En gwirione, m'hen lavar d'ec'h, en kement lec'h ma vezo prezeget an Aviel-man er bed-holl, e vezo lavaret ar pez he deus grêt, hag e vezo meulet ! » (2) Mari-Madalen a heuilhas Hon Zalver betek Mene-Kalvar hag a chômas e-tal ar groaz, ken n'en devoe lôsket Jezuz e huanad divezan. Rei a reas an dorn goude da lieni ar c'horf santel. An de war-lerc'h, de an ehan, e reas he deveriou a relijion, ha d'ar zul, kerkent hag an de, ec'h eas d'ar begant Mari, mamm Jakez ha Salome. O welet anezan goullo, e teuas d'ar red da zigas ar c'helou d'an Ebestel hag e tizroas adarre d'al liorz, ha ne baoueze da ouelan, abalamour ne oa mui korf he mestr el lec'h ma oa bet laket. Epad ma ouele, e plegas hag e sellas er be. Hag e welas daou êl, gwisket en gwenn, a oa azezet el lec'h ma oa bet gourvezet korf Jezuz, unan en plas ar penn hag eun all en plas an treid. Lavaret a rejont d'ezi : - Gwreg, perak e ouelet-hu ? - Abalamour, emezi, o deus kemeret ma Otrou, ha n'ouzon ket pelec'h o deus laket anezan. Goude bezan lavaret an dra-ze, e tistroas war he c'hiz hag e welas Jezuz en e zav, hep gouzout oa hen. Jezuz a lavaras d'ezi : - Gwreg, perak e ouelet-hu ? Piou a glasket ? Hi, o kredi oa perc'hen al liorz, a lavaras d'ezan : - Ma 'z eo c'houi eo ho peus kemeret anezan, leveret d'in pelec'h ho peus hen laket, ha me hen c'haso ganin. Jezuz a lavaras d'ezi : - Mari ! Ha hi, o tistrei, a lavaras d'ezan : - Rabboni ! da lavaret eo : Otrou ! Jezuz a lavaras d'ezi : - N'eo ket mat d'ec'h touch ouzin. An hevelep hini on bepred, rak n'on ket dizroet c'hoaz da gaout ma Zad. » Et da gaout ma breudeur ha leveret d'eze : « Pignal a ran hepdale da gaout ma Zad hag ho Tad, ma Doue hag ho Toue. » (3) Mari-Madalen he devoe evelse an enor dispar da vezan, da gentan, o welet Jezuz-Krist savet eus a varo da veo. Goude ma pignas Hon Zalver en nenv, e oe harluet gant he c'henvroïz, hag e teuas d'ar Baum Santel, da gichen Marseilh, da dremen an tregont vla divezan eus he bue; eno e kastizas he c'horf dre binijennou skrijus hag eno e tremenas, evit mont da welloc'h bro, da welet ha da glevet adarre he muian-karet. (1) Sant Lukas, VII. 39, 50. (2) Sant Yan XII. — Sant Vaze XXVI. (3) Sant Yan XX. B O K E D An disteran tra a stok ouz an den a ra d'ezan kouezan. An den, daoust pegen bras lamm a c'hall kât, a ve kinniget bepred an dorn d'ezan da zevel, gant Doue; gwaz a ze d'ezan ma chom da vreinan en hudurnez ! Trede devez warn-ugent a viz Gouere SANT APOLLINER Kentan eskob Raven (79) Apolliner a deuas gant sant Per eus a Antioch da Rom; prins an Ebestel hen sakras eskob hag hen c'hasas da Raven da brezek ar relijion neve. O vezan ma c'honeze eno eleiz a dud da Jezuz-Krist, e oe tapet gant beleien an idolou ha skoet didrue. Prest goude e roas ar prezeg d'eun dijentil, e hano Bonifas, a oa mut eur pennad a oa; parean reas ive e verc'h a oa perc'hennet gant an drouk-spered. Setu ma 'n em zavjod adarre en e eneb. Skoet a oe gant gwial, grêt a oe d'ezan bale war ar glaou beo; ha dre ne rê an tan droug ebet d'ezan, e oe argaset er-mêz a gêr. Goude bezan bet eur pennad o vale bro, e tizroas da Raven, hag e reas da verc'h Rufin sevel eus a varo da veo; abalamour da ze, tiegez Rufin a-bez a gredas en Jezuz-Krist. Gouarner Raven, pa glevas an neventi, a roas urz d'an eskob santel da baouez gant e gelennadurez, hag evel ma ne rê van ebet, e oe dispennet a dôliou skourje, skuilhet dour bero en e c'houliou, torret e c'henou outan a dôliou mein, chadennet ha stlapet er prizon. Pevar devez goude, oe grêt d'ezan pignal en eul lestr da vont d'an harlu. An avel hen tôlas war ôchou an Thras. Eno e oa eun templ da Zerapis, hag an drouk-spered a gomze ennan betek neuze; mes lavaret a reas ne raje ken, keit ha ma chomje diskib sant Per er vro. Ar baganed a 'n em lakas eta da glask an divroad, ha dal m'hen c'havjont, e rejont d'ezan kemer prim an tec'h. Dizro da Raven, Apolliner a gavas adarre beleien an idolou d'e damall; prizoniet a oe, mes an ofiser karget d'e ziwall a oa kristen dre guz, hag a lakas anezan da dec'hel en noz. Ar baganed, dal m'hen gouezjont, a redas war e lerc'h, hag a c'houlias anezan kement ma kredent bezan e lazet. Ar gtistenien hen dastumas diwar an hent; bevan reas c'hoaz seiz devez; nerz awalc'h en devoe d'o alian da viret mat o fe, hag e oe kurunet en gloar e verzerenti. E gorf a oe sebeliet en harz moger kêr. B O K E D Seul-vui e sellomp ouz an heol, ha seul-vui e chomomp en estlam, rak, ken alïes gwech m'hen gwelomp, e kavomp en deve bepred ar memes sked hag ar memes gened. Evelse, hanoiou ar verzerien a lufr, daoust d'an niver bras a vlaveziou a zo tremenet warneze, ha dre ma varvo ar c'hantvejou, o brud ne raio nemet en em astenn muioc'h-mui. SANT BAZIL Pevare devez warn-ugent a viz Gouere Sant Sirill ha Sant Method Eskibien, IXet kantved En navet kantved, ar Slaved a zave eur rouantelez, être ar zav-heol hag ar c'huz-heol, distag diouz hini Charlemagn ha diouz hini impalaered Konstantinopl. Doue a zibabas daou vreur, Sirill ha Method, evit mont da gas d'eze sklerijen ar fe. Ganet oant en Thesalonik, a dud a ouenn vras, en penn kentan an navet kantved. Mont a rejont o-daou da studian da Gonstantinopl. Ar c'hosan a zeskas ken mat ma oe lezhanvet ar « Filozof ». Er bla 847, e teuas kannaded eus bro ar C'hazared da Gonstantinopl da c'houlenn eur misioner kristen. Ar C'hazared a oa o chom er c'hreiste eus ar Rusi, hag , a heuilhe eur relijion tennet, tamm eus hini ar Judevien ha tamm eus hini ar Vuzulmaned. An impalaer Mikêl III a zibabas Sirill da vont gante. Goude bezan daleet eur pennad en Kerson, elec'h ma kavas relegou sant Klemant, e valeas dre vro ar C'hazared, eus an eil penn d'egile, hag e c'honezas eun niver bras a dud d'ar fe gristen. Distrei a reas neuze da Gonstantinopl. Er bla 863, an daou vreur a yeas d'ar Moravi. Hadan rejont drezi had ar gwir fe, ha diwan a reas seul buhan-noe'h ma rejont o ofisou hag o frezegennou en yez ar vro, da lavaret eo, en slavoneg. Trei a rejont ive er yez-ze eur pennad mat eus ar Skritur-Zakr (863-867). Ar pab sant Nikolas a c'hoantaas o gwelet hag o galvas da Rom. Pa zigouezjont, sant Nikolas a oa maro, hag ar pab neve, Adrian II, a yeas d'o diarbenn gant beleien kêr, o digemeras gant kalz a vadelez hag o zakras eskob. Ar visionerien a roas relegou sant Klemant d'ar pab, hag a 'n em zispartias. Sirill a 'n em dennas en eur gouent en Rom, hag eno e varvas, d'ar 4 a viz c'houevrer 869. Method, hanvet da arc'heskob ar Moravi hag ar Pannoni, a zistroas da vro ar Slaved. Arc'heskibien Salzbourg ha Mayanz, ha ne felle ket d'eze e vije kanet ofisou an Iliz en slavoneg, a ziskuilhas anezan d'ar pab Yan VIII. Method a deuas da Rom evit en em zifean. Yan VIII a oe ken laouen o klevet an abostol o tisplegan ar pez en devoa grêt, ma skrivas da brins ar Moravi, evit meuli fe yac'h an arc'heskob. Method a brezegas ive er Pannoni, er Bulgari, en Dalmasi, er C'harinti, a vadezas duk ar Bohem, Borsiwog, hag e bried, santez Ludmill, a oe lazet divezatoc'h gant he merc'h-kaer, ar baganez Drahomer. Darn a lavar ec'h eas betek ar Pologn. Distrei a reas adarre d'ar Moravi, elec'h ma savas arc'heskopti Kiev. Goude e teuas da Rom da welet ar pab, hag er gêr-ze e varvas er bla 885. E gorf a oe sebeliet gant hini e vreur, en iliz Sant-Klemant. Sirill ha Method eo patroned ar Slaved. Leon XIII a c'hourc'hemennas ober o gouel dre ar bed holl. B O K E D Jezuz a lavare d'e ziskibien : « Setu e kasan ac'hanoc'h evel oaned e touez ar bleizi. » Ma 'c'h et en eur gêr elec'h ne vefec'h ket digemeret, et dre ar ruiou ha lavaret : « Hijan reomp ouzoc'h ar boultren eus ho kêr, zo stag ouz hon zreid; koulskoude, gouezet e tosta rouantelez Doue. » » En gwirione, m'hen lavar d'ec'h, pardonet e vezo kentoc'h da Sodom, en de-ze, eget d'ar gêr-ze » An neb a selaou ac'hauoc'h a selaou ac'hanon; hag an neb a zispriz ac'hanoc'h a zispriz ac'hanon. Hogen, an neb a zispriz ac'hanon a zispriz an hini en deus ma digaset. » SANT LUKAS. Xet PENNAD. Pempvet devez warn-ugent a viz Gouere SANT JAKEZ Abostol, patron ar Spagn (42) Jakez, mab da Zebede ha da Zalome, breur da Yan an avieler, a oa ginidik eus ar Galile. Jezuz o tremen eun devez e-biou lenn-vor Jenezareth, hen gwelas gant e vreur yaouank oc'h ôzan o rouejou en o bag; o gervel a reas da vont gantan, hag e tilezjont war an tol o c'herent hag o rouejou, evit heuilh an Otrou. Jezuz o lezhanve Boanerges, da lavaret eo, bugale ar c'hurun. Jakez a oe unan eus an tri abostol a oa karet gant Hon Zalver dreist an Ebestel-all. Hen c'has a reas gantan da vene Thabor, pa lakas da baran war e gorf ar sked dudius eus a c'hloar ar baradoz, ha da vene Olivez, pa bignas warnan da bedi e Dad, arôk ma krogas ar Judevien ennan. Salome, mamm Jakez ha Yan, o c'houzout pegement oa karet he bugale gant Jezuz, a deuas eun devez d'e gaout, hag a c'houlennas digantan ober d'he daou mab azezan en e rouantelez, unan en e du deou hag eun all en, e du kle. Kement-se a roas tro d'Hon Zalver d'ober d'e ziskibien eur gentel gaer war an izelded a galon. - Rouaned ar bed-man, emezan, hag ar re a zo en penn ar boblou, a ra o mestr war ar re a zo dindanne; evidoc'h-hu, arabad eo d'ec'h ober evelse. Mes an neb ac'hanoc'h a fell d'ezan e vefe savet eun de dreist ar re-all a dje breman bezan ho servijer, hag an neb eu deus c'hoant da vezan eun de ar c'hentan a dle breman en em zerc'hel er renk izelan. Goude ma pignas Jezuz-Krist en nenv, Jakez a brezegas ar fe er Jude hag er Samari, hag a c'honezas eleiz eus e genvroïz d'ar greden neve. Bezan e oe ar c'hentan o kas ar c'helou mat d'ar Spagn, hag e-touez ar re a vadezas er vro-ze, sant Per a gavas danve seiz eskob. Eus ar Spagn, Jakez a zizroas da Jeruzalem, hag e teuas a benn da c'honid da Zoue ar zorser bras Hermojen. Herodez Agrippa, evit bezan arru mat gant ar Judevien, a roas urz d'e zibennan. An hini en devoa e gaset d'al lez-varn, o welet pegen kalonek e oa an abostol dirak ar maro, a 'n em zisklerias kristen war an tol. En em strinkan a reas da dreid ar zant da c'houlenn pardon outan; an abostol hen briataas en eur lavaret : « Ar peuc'h ra vezo ganec'h ! » Dibennet a oent o-daou, er bla 42 goude donedigez Hon Zalver. Jakez oa ar c'hentan eus an Ebestel o skuilh e wad evit Jezuz-Krist. Prest goude, e ziskibien a zigasas e relegou da El-Padron, er Spagn. Chom a rejont eno kuzet epad meur a gant vla. En IXet kantved, e oent dizoloët ha kaset da Gompostel. Di ec'h eer breman da bedi sant Jakez, n'eo ket hepken eus ar Spagn, mes eus pevar c'horn ar bed kristen. Goude Jeruzalem ha Rom, n'eus lec'h ebet ken santelaet gant fe ha peden ar gristenien. Hon tud koz gwechall a oa troët da vont a-bell da bardonan : mont a rênt da vene Sant-Mikel er mor, ac'hane da Zant-Jakez Kompostel, goude da Rom, hag erfin da Jeruzalem. Eun diskuiz a rênt en Sant-Jili, a zo hanter-hent etre Kompostel ha Rom. Sant Jakez en deus harpet ar Spagnoled en o brezeliou; gwelet eo bet en penn o armeou o stourm eneb ar Vorianed; abalamour da ze eo bet kemeret da batron rouantelez Spagn. B O K E D Evel m'eo sant Per abostol ar fe, ha sant Yan abostol ar garante, sant Jakez eo abostol an esperanz. En eun amzer ec'h omp, ha kant mil dra a venn mougan ar vertuz gaer-ze en hon ineou; goulennomp ouz sant Jakez he lakat da vleunian ennomp. Evel an heor a vir na ya al lestr da goll epad an avel-stourm, evelse an esperanz a vir na ro an ine e asant d'an droug, en mare an dentasion. SANT BONAVANTUR C'houec'hvet devez warn-ugent a viz Gouere Santez Anna Patronez Breiz Neb ne gar ket mamm ar Werc'hez Eus Breïz-Izel n'eo ket hennez. Pried Joachirn, mamm ar Werc'hez, mamm-goz Jezuz, Anna, eo santez muian-karet ar Vretoned. He hano a deuas en Breiz e kerz kantvejou kentan an Iliz, ha Gwenediz a zavas en park ar Bosenneu, en Keranna, eur chapel en he enor. Er bla 700, ar chapel-ze, deut da vezan koz, a gouezas en he foull ; koulskoude, tud ar vro a anaveze al lec'h m'oa bet, evit bezan eul lec'h santel ; hag al loened hen douje kenkouls hag an dud, rak bep gwech ma tostaed an alar outan, an ejenned a teue aon d'eze hag a dec'he war o c'hiz. Er bla 1623, e oa en Keranna eun tieg hep deskadurez, daou-ugent vla d'ezan, eun den eus ar re wellan, e hano Yvon Nikolazig. Pep tra, adalek e vugaleach, en devoa e laket d'obér anaoude-gez gant santez Anna : hano e geriaden, konchou ar re goz, miret gante ar zonj eus chapel ar Bosenneu, an treo souezus en devoa gwelet o tigouezout er park-ze. Deut oa da garet kement mamm ar Werc'hez, ma n'he galve mui nemet e vestrez vat. Adalek miz gwengolo 1623, betek ma oe dizoloët skeuden goz santez Anna, Nikolazig ne reas nemet mont eus an eil burzud d'egile : gwech e kleve trouz eur bobl o vale, gwech e kleve kanerien, eun dudi o selaou, gwech e wele eur c'holaouen goar, gwech eur wreg skedus gwisket en gwenn a 'n em ziskoueze dirakan, douget war eur goumoulen. D'ar 25 a viz gouere 1624, war-dro unnek heur noz, Nikolazig a oa gourvezet en e garti war eur feusken blouz ; en eun tol, en kreiz eur sklerijen vras, e wel eun itron gaer : « Yvon Nikolazig, emezi, n'ho pezet aon ebet ; me eo Anna, mamm Mari. Lavaret d'ho person e oa gwechall, arôk m'eo bet savet ar gêriaden-man, er park hanvet park ar Bosenneu, eur chapel savet em enor. Nao-c'hant pevar bla warn-ugent ha c'houec'h miz a zo m'eo kouezet en he foull ; c'hoant am eus e vefe savet a-neve ; c'houi a gemero preder gant an dra-ze ; Doue a fell d'ezan e vefen enoret adarre el lec'h-se. » Nikolazig a yeas da gaout person Pluneret, an ôtrou Roduez ; heman hen c'hemeras evit eun den troet e spered, hag ar paourkez ozac'h a deuas d'ar gêr nec'het bras. Santez Anna a deuas adarre da gaout he servijer, hag evit diskouez d'an holl n'eo ket hunvreou oa e lavariou, e reas eur burzud neve en e genver. En noz etre ar 7 hag an 8 a viz meurz 1625, epad ma oa Nikolazig en e wele, eur c'holaouen goar a sklerijennas e di, ha santez Anna a lavaras d'ezan goustadik : « Yvon Nikolazig, galvet hoc'h amezeien ha heuilhet ar c'holaouen-man. Kaout a refet ar skeuden en douar, hag en doare-ze, ar re a ra gwap ac'hanoc'h a welo ar wirione. » Nikolazig a zihunas Yan ar Rouz, e vreur-kaer, ha pevar gwaz-all eus Keranna. Ar c'holaouen a gerze en o rôk, tri droatad diouz an douar ; kas a reas aneze d'ar Roseuneu. En em gavet eno en kreiz ar park, e chomas a-zav, e savas e krec'h a-benn ter gwech, hag en em guzas en douar. Yvon a reas neuze d'e vreur-kaer toullan eno ; heman, gant eur bigel, a 'n em lakas da zevel an douar, ha hepdale e kavas ar skeuden vinniget. Dudi gwalc'h o c'halon, e stoujont raktal da bedi an Itron santez Anna. Ar vrud eus ar neventi-ze a yeas dre ar vro, evel eul luc'heden. An ôtrou Rosmadeg, eskob Gwened, a lakas ober eun enklask. Pardonerien a ziredas ; miraklou a c'hoarvezas ; hag eun iliz a oe savet, a deuas da vezan darempredet gant tud a bep bro. Eskibien, prinsed ha prinsezed a zo bet eno o pedi a.n Itron santez Anna, ha ne ver ket evit lavaret an treo burzudus he deus grêt ar vamm vat-se en kenver he bugale. Ar roue Loeiz XIII, er bla 1639, a roas da iliz Santez-Anna eun tamrn bennak eus relegou he fatronez. Er bla 1792, an dispac'herien a werzas an iliz, adorras hag a zevas skeuden ar zantez ; he fenn hepken a oe gallet lemel eus an tan ; hen miret a rêr en kichen ar skeuden neve. Er bla 1815, iliz Santez-Anna a oe prenet ; ha dre m'oa deut da vezan kalz re vihan, diouz an dud a zaremprede anezi, ' z eus bet savet unan neve kalz brasoc'h ha kalz kaeroc'h. Houman a zo bet konsakret, d'an 8 a viz eost 1877, gant ar c'hardinal Brossais-Saint-Marc, arc'heskob Roazon. An Tad Santel ar Pab Pi IX en deus digaset ive diou gurunen aour, unan evit santez Anna, eben evit ar Werc'hez a zo ganti. An ôtrou Becel, eskob Gwened, en deus binniget an diou gurunen-ze, d'an 30 a viz gwengolo 1868. Santez Anna he deus meur a chapel en eskopti Sant-Brieg ; unan eus ar re vrudetan a zo en Prat. Enni e ve oferennet alïes ' pad ar bla, ha da ze ar pardon e tired di niver a belerined. B O K E D O Mamm ar Vro, o Anna, c'houi hag a zo galloudus meurbed, bezet silvidigez ho Pretoned; miret ar fe ; kresket ar fumez ; roët ar peuc'h dre ho pedennou santel. Seizvet devez warn-ugent a viz Gouere Sant Samson Eskob Dol (480-565) Samson a deuas er bed en Breiz-Veur, er bla 480, hag a oe skolaet en Laniltud. Dubrik, eskob Kaer-Leon, hen belegas. War ôtre sant Iltud, en em dennas en mnati Enez-Pir; ac'hane ec'h eas d'an Iverzon, da rei an dorn da zant Gweltas da zevel a-neve ar relijion er vro-ze. Eno e reas eleiz a viraklou, hag e konvertisas eleiz a ineou. Divezan tra a reas a oe tennan an drouk-spered eus korf eun abad; heman a oe ken eürus goude e zelivrans ma roas e vanati da Zamzon, ha ma heuilhas anezan da Vreiz-Veur. Dizro d'e vro, e reas d'e holl gerent mont da leaned ha da leanezed : e dad, e vamm, e bemp breur, e eontr, e voereb, e gendirvi. Kas a reas e eontr Umbrafel da c'houarn ar manati a oa bet roët d'ezan gant an abad iverzoniad en devoa pareet diouz an drouk-spered. Goude-ze, o vezan kemeret gantan Ammon, e dad, an abad iverzoniad-ze hag eur manac'h-all eus a Laniltud, en em dennjont o fevar d'ober pinijen en eur c'hoad don, war lez ar Savern. En em guzet en devoa eao ken mat ma ne oa den evit gouzout pelec'h e oa. E genvroïz, enkrezet holl gantan, ha gant aon na vije maro, a furchas holl goajou ar vro ken a gouezjont warnan. Neuze e oe grêt d'ezan kemer stur eur manati, savet gant sant Jermen, ha prest goude, Dubrik hen sakras eskob. Meur a vla goude, da Zul-Fask, eur vouez deut eus aa nenv a lavaras d'ezan treuzi ar mor ha diskenn en Breiz-Vihan. En em lakat a reas raktal en hent, ha douaran reas en aber Gwioul, en Breiz-Uhel, war-dro ar bla 548. Eno e savas e beniti, a deuio gant an amzer da vezan manati hag eskopti brudet Dol (1). Embann a reas kerkent ar c'hefridi en devoa bet. « Dont a ran er vro-man, emezan, digaset gant Doue da brezek Aviel Jezuz-Krist, da dennan an dud eus ar gaou hag eus ar pec'hed, ha da zeski d'ar boblou n'eus doue-all ebet nemet ma Doue. » Kroui a reas dre ar vro eleiz a vanatiou hag a barouziou, hag en o fenn e lakas e ziskibien. Epad ma rede an Domnone, e klevas kelou eus ar c'hanvou a oa enni. He roue, lona, a oa o paouez bezan lazet gant Konomor, muntrer e bried Trifina hag e vab Tremeur, ha Judual, mab lona, a oa dalc'het pell diouz Breiz, en lez ar roue Childebert. Samson, pa glevas an dra-ze, a yeas da Bariz, ha dre hirr amzer, e teuas a benn da dennan Judual eus adre daouarn Childebert. Pa zigouezas mab lona war douarou an Arvor, an Domnone a-bez a zavas evit en em lakat dindan e urziou; brezel a zavas, ha Konomor a oe lazet en Plouneour-Mene, e-tal ar Releg (555). Samson a chomas eur pennad en kichen Judual, hag e zikour a reas da zigas ar peuc'h en e rouantelez. Difennour ar bobl hag ar gwir, Samson a varvas war-dro ar bla 505. Chapeliou en deus en hon bro, en Plougasnou, eu Plouaret, en Pleuveur-Bodou, en Pleudel, en Plouha, en Kemper, ha meur a iliz-parouz war e hano, evel Keriti ha Lanvellek. Pedet eo evit an drouk-izili. (1) Adalek ar bla 848, betek ar bla 1199, eskob Dol a oe arc'heskob Breiz, ha gwir en devoa da zoungen ar pallium. B O K E D Eun devez tremenet er zioulder a dalv gwell eget mil bla tremenet en lez ar rouane. SANT PER SELESTIN. Eizvet devez warn-ugent a viz Gouere SANT VIKTOR Pab (185-197) Viktor, mab da Félix, a oe ganet en Afrik. Pignal a reas war Gador sant Per, er bla 185. Kommod a oa neuze impalaer en Rom. En e amzer, a drugare Doue, an Iliz a c'hellas kaout ar peuc'h dre ar bed holl. E-touez tud e lez, e oa eleiz a gristenien ; Marcia, e bried, daoust ne ver ket evit lavaret e vije badezet, a gare an Otrou Doue hag a gemere preder gant an Iliz ; lakat a reas ar c'halloud he devoa da dalvezout evit ober vad d'ar gristenien. Mont a reas zoken, eun de, betek gervel ar pab Viktor da zont d'al lez, hag e c'houlennas outan hanoiou ar verzerien a oa o labourât en mengleuziou ar Sardaign. Viktor a roas ar roll aneze d'ezi. Marcia a yeas gantan da gaout he fried hag a c'honezas delivrans ar verzerien ; ar beleg Hyasent a oe karget da gas da c'houarner ar Sardaign kemennadurez an impalaer. Setu eta eun êsa grêt en blaveziou divezan an eilvet kantved, gant an Iliz ha gant ar Gouarnamant, evit en em glevet. Epad an trede kantved, gwad ar verzerien a redo adarre ; ar c'hleze a vezo tennet c'hoaz ; koulskoude, ne vezo ket dalc'h-mat o lugerni 'uz da benn ar gristenien, evel m'oa bet epad an daou gantved kentan. Lôsket didrabas gant enebourien an diavêz, an Iliz he devoe da stourm, en amzer-ze, ouz ar Vontanisted, enebourien an diabarz. Montan a oa eun assyrian a veve war-dro hanter an eilvet kantved, hag a deuas da gredi, goude e vadeziant, e oa dibabet gant ar Spered-Santel evit digas eur relijion neve war an douar, strisoc'h eget ar relijion gristen. Gourc'hemenn a rê d'e ziskibien yuniou bras hag alïes ; difennet a oa d'eze addimezi, ha tec'hel arôk ar verzerenti. An eskibien a ziskuilhas abred faziou ar Vontanisted ; merzerien Lyon, eus o frizon, a skrivas diwar o fenn d'ar pab Eleuther ; Viktor o c'hondaonas. En amzer-ze ive, e savas trouz etre eun nebeut ilizou eus ar zav-heol hag an holl ilizou-all eus ar bed, diwar-benn an deiou ma tleed lidan goueliou Pask. Ilizou ar zav-heol, evit ober diouz sant Yan, a lake goueliou maro ha rezureksion Jezuz-Krist d'ar 14et ha d'ar 16et devez eus a loar veurz. An ilizoù-all, evit ober kentoc'h diouz an ebestel Per ha Pôl, a lake aneze d'ar I4et ha d'ar 16et devez eus a loar veurz, pa gouezent da wener ha da zul, ha d'ar gwener ha d'ar zul war-lerc'h hepken, pa gouezent da zeveziou-all eus ar zun. Dre-ze, alïes awalc'h, goueliou Pask n'en em gavent ket da vezan lidet er memes amzer er zav-heol hag er c'huz-heol. Viktor a deuas a benn da lakat eskibien ar zav-heol da heuilh giz Rom. Mervel a reas er bla 197, hag e gorf a oe sebeliet er Vatikan, en kichen hini sant Per. B O K E D Evel m'eman ar c'horf a-unan gant an ine, hag an ine a-unan gant ar c'horf, evelse, ar Gouarnamant a dle bezan a-unan gant an Iliz, hag an Iliz a-unan gant ar Gouarnamant. An disparti etreze, ma c'hall bezan talvoudus evil an Iliz, pa glask ar Gouarnamant ober re e vestr, ne dle na n'hall ket peurbadout : eun amzer a deu hag e renkont rei adarre an dorn an eil d'egile, ha neuze, evit an eil hag egile, pep tra a ya war well. Navet devez warn-ugent a viz Gouere SANTEZ MARTHA Gwerc'hez, Itan kantved Martha a oa ginidik eus Bethani, eur gêriaden hag a zo eul leo vihan diouz Jeruzalem : c'hoar oa da Vari-Vadalen ha da Lazar. Meur a wech he devoe an enor da rei digemer da Zalver ar bed en he zi. Eun devez ma oa deut d'o gwelet, Mari, en harz e dreid, a selaoue e gomzou. Martha, o vezan n'oa nemeti oc'h ôzan lein, a chômas a-zav dirak Jezuz hag a lavaras d'ezan : - Otrou, ne dôlet ket plê e lez ma c'hoar pep tra ganin d'ober ? Leveret eta d'ezi sikour ac'hanon ! Jezuz a lavaras d'ezi : - Martha, Martha, nec'het ha tregaset oc'h gant kalz treo. Hogen, eun dra hepken a zo red. Mari he deus dibabet al loden wellan ha ne vezo ket tennet diganti. Eur pennad goude, Lazar a gouezas klanv. E c'hoarezed a gasas tud da lavaret da Jezuz : - Otrou, an hini a garet 'a zo klanv. O vezan klevet ar c'helou-ze, Jezuz a lavaras d'e ziskibien : - Ar c'hlenved-ze ne denn ket d'ar maro, mes da c'hloar Doue, evit ma vezo meulet mab Doue drezan. Hogen, Jezuz a gare Martha, he c'hoar Mari ha Lazar. P'en em gavas en Bethani, Lazar a oa laket er be abaoue pevar devez. Martha a lavaras d'ezan : - Otrou, ma vijec'h bet aman, ma breur ne vije ket bet maro; koulskoude, gouzout a ran breman e roio Doue d'ec'h kement tra a c'houlennfet digantan. Jezuz a lavaras d'ezi : - Da vreur a zavo beo. - Me oar, a respontas Martha, e savo beo d'ar rezureksion, en de divezan. Jezuz a lavaras d'ezi : - Me eo ar rezureksion hag ar vue. An hini a gred ennon, ha pa vefe maro, a vevo; hag an neb piou bennak a vev hag a gred en non, ne varvo ket da viken. Kredi a rez-te an dra-ze ? - Ya ! Otrou, kredi a ran ez oc'h ar C'hrist, Mab an Doue beo, a zo deut er bed-man. Goude bezan lavaret ze, ec'h eas kuit hag e c'halvas goustadik he c'hoar Mari, en eur lavaret : - Ar Mestr a zo aze hag a c'halv ac'hanout. P'en em gavas an diou c'hoar, Jezuz a c'houlennas oute : - Pelec'h ho peus laket anezan ? - Otrou, emeze, deut ha gwelet. Ha Jezuz a ouelas, hag e lavaras : - Lemet ar men. Martha, c'hoar an hini maro, a lavaras : - Otrou, c'houez fall a zo gantan, rak eman aze abaoue pevar devez. Jezuz a lavaras d'ezi : - Ha n'am eus ket lavaret d'it e weli gloar Doue mar kredez ? Hag e c'hourc'hemennas da Lazar sevel eus ar be, ha Lazar e zentas outan. C'houec'h devez arôk e varo, Mab Doue a oe pedet da goaman en Bethani, en ti Zimon al lor, ha Martha a oa o serviji toi. Goude-ze n'eus kelou ebet anezi ken en Aviel. Gouzout a reomp e teuas, goude ma pignas Jezuz-Krist en nenv, da chom da Vro-C'hall; lakat a reas sklerijen ar fe da baran war ôchou Marseilh; mervel a reas d'an eizvêt devez goude he c'hoar, en he fempvet blavez ha tri-ugent. Miret a rêr he relegou en Taraskon. B O K E D Unum est necessarium. Eun dra hepken zo red : kaout fe en Jezuz-Krist ha reizan hon bue herve ar f'e-ze. Hag e vefec'h kaeran, galloudusan, speredekan ha pinvidikan den zo war an douar, ma n'ho peus ket a fe, oc'h reuzeudikan den a zo o vale. Tregontvet devez a viz Gouere SANT GWILHERM Eskob Sant-Brieg (1184-1234) Gwilherm, eskob Sant-Brieg, brudet dre ar madoberou a skuilhas, dre ar stourmajou a c'houzanvas evit ar justis, dre ar vertuziou a vagas ha dre ar miraklou a reas, a welas an de en Bro-Arvor, en blaveziou divezan an XIIet kantved. Mab oa da Olier Pichon ha da Jann Fortin, o chom en Sant-Alban, diou leo hanter diouz Lamball. Dal ma tigoras bleuniou kentan e yaouankiz, e oa troët da garet an Otrou Doue ha d'hen diskouez, dreist-oll, dre an evezted a lake da viret e c'hlanded. Kement a c'hened a oa war e dâl, ma klaskas merc'hed divez e douelli hag e zougen gante d'an droug ; Gwilherm o zrec'has, a drugare Doue, hag a zalc'has ken dinam e ine ma lavared e oa eun eil Jozef. Josselin, eskob Sant-Brieg, a roas d'ezan an Urziou Sakr, hag en e amzer hag en hini Per ha Silvestr, an daou a azezas war gador eskob Sant-Brieg war e lerc'h, e labouras war-dro an ineou hag e reas d'eze eur vad dispar. *** Da varo Silvestr, war-dro ar bla 1220, mouez an holl hen lakas en penn an eskopti. « Pastor eus ar re wellan, eme Innosant IV, rei a reas tri seurt magadurez d'an ineou a oa fiziet ennan : magadurez e brezegennou, magadurez ar grasou a denoe warneze dre e bedennou, ha magadurez ar skouer vat en peb hent. » N'eo ket souez eta, eme ar pab-ze c'hoaz, e vije neuze lorc'h en Sant-Briegiz gant eun hevelep eskob, rak Gwilherm a oa, dre ar gelennadurez a roë, evel eun heol skedus o paran war Breiz a-bez ha war ar broiou-all tro-war-dro.» Ken bras oa e garante evit ar beorien, ma ne deuas den ezommek ebet d'e gaout hep bezan sikouret ha frealzet. Ken troët oa gant ar beden, ma lavare bemde psalmou David, ouspen e ofis. Alïes, elec'h chom en e wele, e tremene an noz war leur e gampr. Ha goude ma vije ôtrone vras oc'h azezan ouz e dôl, kammed ne zebre e-unan nemet boed dister, ha ne eve memet dour skler pe zour livet gant eun diveraden win. *** En amzer-ze, Breiz a oa en he fenn eur gall, e hano Per ar Vrenn, lezhanvet «Fall-Gloareg», abalamour m'oa deut war e giz, goude bezan bet en penn an hent da vont da veleg. Eun den oa ha n'en em gave êz nemet o klask trabas ouz unan bennak. Sant Loeiz, roue Frans er mare-ze, a lavare : « Biskoaz n'am eus kavet den o kaout c'hoant d'ober kement a c'haou ouzin evel duk Breiz. » (1) Goude bezan en em gemeret ouz an noblanz, en em gemeras ouz an Iliz. Er bla 1227, e vodas en Redon holl bennou-bras Breiz, hag eur wech displeget diraze pegement e kave abeg en dud a iliz, en em glevas. gant e dudchentil evit krennan o gwiriou. O welet an dizurzou o sevel en o eskoptiou war-lerc'h an emgleo-ze, seiz eskob Breiz a dôlas an eskummunugen war an duk ha war ar re a oa et a-du gantan, en Redon. Per, gant ar gounnar, a lammas war danve Gwilnerm, eskob Sant-Brieg, Stephan, eskob Landreger, ha Josselin, eskob Roazon, hag o argasas er-mêz eus o eskoptiou. Gwilherm ha Josselin a yeas neuze war eün da Rom, hag en o hano hag en hano o c'henvreudeur, e rojont da anaout da C'hregor IX an dristidigez a oa en Breiz. Ar pab, goude bezan studiet piz pep tra, a dôlas an eskummunugen war duk ha war seiz eskopti Breiz, d'an 30 a viz mae 1228, hag a zifennas ouz ar veleien ober ar pez a oa en o c'harg, nemet badezi ar vugale ha kovez an dud war o zremenvan. Per, elec'h anaout e fazi, a yeas neuze da heskinat ar rouanez Wenn hag he mab sant Loeiz. Mes ar Vretoned, o welet o ilizou prennet, o beleien hag o eskibien divroët, a droas kein d'o duk hag a reas d'ezan plegan da c'hourc'hemennou ar pab (1230). Ar peuc'h a deuas. Eus Poitiers, elec'h m'oa en em dennet en dizro eus a Rom, Gwilherm a deuas adarre daved e bobl, a reas d'ezan ar gwellan digemer a c'heller ober d'eun den. Gonezet mat en devoa e gurunen, ha Doue hen galvas davetan, d'an 29 a viz gouere 1234. E gorf a oe sebeliet en iliz-veur neve a lake sevel, hag ar miraklou a c'hoarvezas war e ve a reas d'ar pab Inno-sant IV lakat e hano war roll ar zent, d'ar 15 a viz ebrel 1247. Sant Gwilherm eo kentan Breizad eo bet embannet e zantelez gant ar pab. An ôtrou Fallières, eskob Sant-Brieg, an eus grêt sevel eur be neve da zant Gwilherm, en e iliz-veur. (1) Oncq n'ai trouvé pis qui mal m'ait voulu faire comme li comte de Bretaigne. B O K E D An hini ne glask nemet plijout da Zoue ha kreski e c'hloar, a zo er bed, evel pa vefe gant Doue hepken, ha ne ra van ebet pe hen a zo enoret, pe hen a zo disprijet gant an dud. SANT YAN KRYSOSTOM. Kentan devez ha tregont a viz Gouere Sant Ignas Loyola Diazezour Kompagnunez Jezuz (1491-1556) Ignas, ginidik eus a rouantelez Spagn, a yeas en e yaouankiz da floc'h da lez ar roue Ferdinand V, hag ac'hane da vrezelour. Epad seziz Pampelun (1521), e oe gwall dizet hag e renkas dizrei da di e dud ha chom eur pennad dibreder, abalamour d'e c'houliou. Evit kaout berroc'h an arnzer, e kemeras neuze levriou da lenn. Bue Hon Zalver ha Bue ar Zent a 'n em gavas da gouezan etre e zaouarn; awalc'h e oe an dra-ze evit rei c'hoant d'ezan da ren eur vue neve. Kerkent ha ma oe pare, ec'h eas da dremen eun nozvez en harz treid an Itron-Varia, en manati mene Serrât; ober a reas eur govezion eus e vue dremenet pen-da-ben; lakat a reas e gleze a-istribilh e-tal an ôter, hag o rezan roët e varc'h d'ar venec'h hag e zilhad d'eur paour, ec'h eas da Vanrez. Eno e chomas eur bla d'ober pinijen ha da skrivan al levr brudet an « Exersisou, » en deus konvertiset, eme sant Fransez a Zal, ken alïés a bec'her hag a lizeren a zo ennan. Eus Manrez, ec'h eas da bardonan d'an Douar-Santel. D'ar 4 a viz gwengolo 1523, e taouline war be Hon Zalver. Eur wech dizroet eus e belerinach, ar c'hoant en devoa da labourat evit silvidigez an ineou a reas d'ezan mont d'ar skol da Varselon gant ar vugale, daoust d'ezan da gaout neuze tri bla ha tregont. Eus Barselon ec'h eas da Alcala, ac'hane da Salamank, hag eus Salamank da Bariz. Eno e reas anaoudegez gant nao den yaouank, hag en em glevjont o dek da groui Kompagnunez Jezuz, a glasko gonid d'an Iliz kement a eneou hag a zo bet diframmet diganti gant Luther, Herri VIII ha Kalvin. Pôl III a gavas mat dreist an Urz neve-ze, ha da Zul-Fask 1541, Ignas a oe hanvet da vezan e gentan jeneral. Adalek neuze, e poanias muian m'hallas da greski an devosion e-touez ar gatoliked; kaerat a reas tier an Otrou Doue; preder a gemeras gant ar skol-iliz; kustumi reas an dud da dostat alïes ouz ar zakramanchou; sevel a reas skolachou evit ar yaouankiz; digeri reas tier evit digemer ar Judevien o devoa c'hoant da vezan badezet, hag evit ar merc'hed diroll a venne dizrei war hent ar furnez. Ne baoueze ket eun tamm da c'honid ineou da Jezuz-Krist, ha lavaret a rê oa gwell gantan derc'hel da labourat evit gloar Doue ha silvidigez e nesan, hep bezan sur da vezan salvet e-unan, eget mervel dioustu, o vezan sur da vont war eün d'ar baradoz. Bras oa e c'halloud war an drouk-spered; sant Philip Neri ha meur a hini-all a welas sklerijen an nenv o paran war e dâl. Ne veze hano gantan ha ne glaske nemet eun dra; brasan gloar an Otrou Doue. Mervel a reas en Rom, d'an 31 a viz gouere 1556, pa oa o ren e bempvet bla ha tri-ugent. Gregor XV, o welet e oa brudet dre e veritou hag e viraklou. hen lakas war roll ar zent, er bla 1622 B O K E D Pegen dister ha pegen dizoare e kavan an douar-man, pa zellan ouz an nenv ! Digejneret bepred gant dousder eun ene ankeniet ; evit, e frealzi eo e teu Doue d'hen digas d'ec'h. SANT IGNAS. Miz Eost AN EOST N'ho peus ket nemet tôlet plê ouz ar c'hi bihan en hichen e vestr, pa ve heman o tïbri e bred ? Ne finv ket al loenig, aketus mac'h eo da zellet ha ne goueo tamm evitan war an douar. Pavo bet tôlet d'ezan askorn pe greun, neuze e lavaro trugare gant e lost ha, goude bezan paket e c'hinaouad, e teuio adarre, war e azeik. da c'hortoz eur begad-all. A-wechou zoken e harzo, 'vit rei da intent n'e ket c'hoaz torret e naon. Evel ar c'hi bihan gant e vestr, eman an den gant e Grouer, bepred o c'hedal pegouls e koueo, eus e zorn, peadra d'ezan da zibri ha da evan. Glevet ket an dud, forz pe mare eus ar bla en en em gaver : — Daoust ha ne deuio ket eur banne glao 'vit an éd, al legumaj ! — Bolonte Doue e teufe daou pe dri devez heol tomm ! Bepred eman an den, e lagad warzu Doue, o c'hervel anean da bleal gantan. A-wechou, avat, ne oar net lavaret trugare war-lerc'h. A-wechou, elec'h trugare, eo malloz a deu eus e c'henou. Petra rafec'h-hu d'ho ki, ma teufe da gregi ennoc'h goude ho pefe roët d'ezan e damm boed ? Tapout ar shourje gantan ha, marteze, laliat ar gorden en e c'houg. Ha ni eta, krouadurien kalz disteroc'h en kenver Doue eget n'eo eur c'hi en kenver e vestr, gwasat tôliou a dleje kouezan warnomp, mar rentfe Doue d'imp droug evit droug ? Setu an eost o tarevi er parkou. Al labourer a skub e c'hrignol, evit digemer an danve bara kinniget d'ezan ha d'e diegez, abeurz e Dad pehini zo en nenv. An dud a zav beure mat da vont d'ar park da droc'han, d'al leur da dornan. Evel bannou aour an heol o kouezan eus an oablou hag o tomman ar bed, madelez ha, harante Doue a 'n em zishouez d'an den 'barz ar greun alaouret disharget war e leur; hogen, petra respont heman ? Klevet ar gôz 'barz ar parkou, war al leuriou : ar c'hi, leun e gof, a dant e vestr, evel pa vefe e blijadur. Ar zul, an den a labouro kazi 'vel d'ar pemde; war ar pemde, ar pedennou, war digare zo prez, a vo dilezet beure ha noz..,.. Ha koulzkoude, ar c'harr a deu d'ar gêr leun, ken e horjel hag e wigour, dre an henchou, dindan e vec'h pounner; ar zac'h ne baouez da gas ed d'ar c'hrignol. Diouz an ne e koue bennoz; diouz an douar e sav dizanaoudegez ha malloz..... Mar domp kristenien, bezomp war evez da zantelât miz eost, kouls ha muioc'h 'vit ar miziu all, o tremen, da vihanan, hep terri gourc'hemennou Doue hag o ninnig d'ezan poan ha labour. Miz eost a zigas da zonj d'imp eus fin ar bed, pa dastumo Doue e winiz en e c'hrignol ha pa stlapo an drouk-louzou en tan an ifern. Greomp diouz bezan laket en arc'h gant ar gwiniz mat. Kentan devez a viz Eost Sant Per en Ereou Ar gouel-man a zo bet savet evit lidan delivrans burzudus sant Per eus e brizon, hag enori ar chadennou a oa bet laket war e dreid ha war e zaouarn gant Herodez Agrippa, en Jeruzalem, ha gant an impalaer Neron eo Rom. Herodez, mab da Agrippa ha mab-bihan d'an Herodez en devoa lazet ar vugaligou tro-dro da Vethleem, a c'houarne ar Jude en hano ar Romaned. Kasaet a oa gant e zujidi n'o devoa ket ankouaet c'hoaz krizder e dad-koz; mes c'hoantât a rê bezan arru mat gante, ha klask a rê an tu d'en em dremen dioute. O vezan anavezet pegement a gasoni a vagent en o c'halon ouz ar gristenien, e sonjas ober gwasan ma c'hellje d'ar re-man. Lakat a reas kas d'ar maro Jakez, breur Yan; hag o welet e plije kement-se d'ar Judevien, e lakas en e benn kreski o joa en eur deuler er prizon Per, anavezet evit bezan mestr-bras ar gristenien. E oa neuze mare goueliou Pask eus ar bla 41. Per a oe kroget ennan, chadennet ha tôlet er c'hloz. Kerkent hag achu ar goueliou, Herodez a dlee hen digas dirak ar bobl evit ma vije barnet d'ar maro. Da c'hedal, c'houezek soudard a oe laket evit hen diwall. Daou gelc'h mogeriou a oa endro d'ar prizon, eur rumm soudarded en kichen pep dor, ha daou-all gantan er prizon, chadennou an abostol stag ouz o brec'h. An Iliz, glac'haret o welet he Mestr bras er prizon, ne baoueze da bedi ha da yun evit ma vije delivret. Derc'hent an devez ma tlee bezan digaset dirak ar bobl, en kreiz an noz, Per a oa kousket mik etre an daou c'heder. Ar zoudarded, dihun mat, a ziwalle an dorojou. Mes setu eur sklerijen gaer o paran er prizon, hag êl an Otrou en e zav en kichen Per, hag o skei eun tôlig war e skoa evit hen dihuni : « Sav buhan ! emezan. » - Kerkent ar chadennou a gouezas eus e dreid hag eus e zaouarn. -« Laka da c'houriz ha da voutou. » — Per a zentas. — «Kemer da vantel ha deus d'am heul.» .— Hag an êl er-mêz, ha Per ouz hen heuilh, daoust d'ezan ne ouie ket piou oa. Kredi a rê ne oa nemet eun hunvre ar pez a c'hoarveze gantan. Tremen a rejont dirak ar rumm kentan soudarded ha dirak an eil. P'en em gavjont dirak an nor houarn a skoe war ruiou kêr, houman a zigoras anezi he-unan dirake. An êl a gerzas c'hoaz gantan, eur pennad, dre ar ru gentan ; mes souden, en eun tol, n'hen gwelas mui. Per, deut ennan e-unan, a lavaras neuze : «Breman e welan ervat eo eun êl a-beurz Doue a zo deut davidon hag en deus ma zennet eus adre daouarn Herodez hag ar Judevien.» An abostol a skoas neuze warzu ti Vari, mamm Mark. Eno oa eun nebeut eus e ziskibien o pedi evitan, beuzet en o daerou. Ouz e welet hag ouz e glevet, o anken a droas en joa. Chadennou sant Per a oe miret en Jeruzalem ; war lavar sant Yan Krysostom, gwardou ar prizon o-unan, deut d'en em gonvertisan, eo o dije o miret gante. D'ar bempvet kantved, er bla 439, an impalaerez Eudoxi, pried Theodos, a deuas da welet an Douar-Santel, war digare eul le he devoa grêt. Juvenal, eskob Jeruzalem, a ginnigas d'ezi en prof chadennou sant Per. Hi o c'hemeras gant enor hag anaoudegez vat. Distro da Gonstantinopl, e lezas eno eul loden aneze hag e kasas eul loden-all d'he merc'h Eudoxi, pried Valantinian III. Houman, d'he zro, o c'hinnigas d'ar pab. Evit diskouez ar stad a rê eus eun hevelep prof, ar pab a roas urz da zigas dirak ar brinsez ar chadennou a oa bet o liamman prins an Ebestel en prizoniou Rom, en amzer Neron. Kerkent ha ma oent tostaet an eil ouz eben, an diou chaden a 'n em stagas ken brao, ma ne rênt mui nemet eur chaden. Dirak eur burzud ken bras, au impalaerez a drugarekaas Doue, hag a reas sevel eun iliz kaer evit digemer an ereou burzudus. An iliz veur-ze a oe hanvet iliz sant Per en Ereou. En de-man, en em gav ive gouel sant Bergat, eskob Landreger, war-lerc'h sant Tual, ha patron parouz Pouldouran. E bardon a ve grêt ar zul kentan a viz eost. An de-ze, e iliz hag e feunteun a ve darempredet gant tud ar vro aketus d'e bedi 'vit adkavet an treo dianket. Daoust ma n'eus ket sant Bergat kement a vrud ha sant Anton a Badou, ar Vretoned a 'n em blijo o pedi anezan en o ezommou, rak Dreist ar zent-all, sent hon bro, Mar o fedomp, hon chilaouo. B O K E D Goulennet, eme Hon Zalver Jezuz-Krist d'e ziskibien, hag e vezo roët d'ec'h ; klasket hag e kavfet ; skoet hag e vezo digoret d'ec'h. Rak an neb a c'houlenn en deve, an neb a glask a gav, ha d'an neb a sko e vezo digoret. AVIEL SANT VAZE. XI. 9, 10 Eil devez a viz Eost Pardon bras Asiz Induljansou ar « Porsionkul » An douar m'eman warnan iliz Itron-Varia-an-Ele, en Itali, a zo bet, abaoue an amzer gosan, tra an Otrou Doue. Er bla 351, e oe savet eno eun ti-bidi gant pardonerien deut eus an Douar-Santel, gant relegou eus be ar Werc'hez Vari. Eiz-ugent vla goude, war-dro ar bla 516, sant Beneat a brenas ar chapelig gant al lodennig douar stag outi. Ac'hane, marvat, eo deut d'ezi an hano a zoug : Porsionkul, da lavaret eo, al lodennig vihan. An ti-bidi a deuas da vezan eun iliz vras, darempredet ma oa gant eun niver bras a dud ha, zoken, gant an Ele a ziskenne enni eus an nenv evit meuli o Rouanez, hag ac'hane e oe roët d'ezi an hano a Itron-Varia-an-Ele. Gant an amzer, an iliz a chenchas perc'hen meur a wech, ha nebeut ha nebeut e oe dilezet. D'an drizekvet kantved, pa deuas Fransez Asiz er bed, e venne kouezan en he foull. Ar pez a chome anezi a zervije da c'houdoren d'ar vesaerien a ziwar-dro ha d'o loened. Mes lavaret a vefe eman lagad an Otrou Doue bepred o paran war al lec'hiou ma 'z eo bet enoret enne. Fransez en devoe a-beurz Doue kemennadurez da adsevel ar chapel goz. Senti a reas, hag iliz Itron-Varia-an-Ele, kempennet gantan, a oe kavel e Urz neve a venec'h. Eno eo e klevas mouez an Otrou Doue, hen galve da vevan er baourente; eno eo e resevas e gentan diskibien; eno ive santez Klara a reas an dilez eus he holl madou evit en em rei holl da Zoue, ha sevel evit ar merc'hed eun Urz dem-henvel ouz an hini savet gant Fransez evit ar gwazed. En miz here 1221, Fransez a oa, en eur c'houdoren tost d'ar chapel, o pidi evit konversion ar bec'herien baour. Epad ma oa holl beuzet en Doue, e klevas eur vouez o lavaret d'ezan : « Fransez, d'ar chapel ! d'ar chapel ! » Kerkent e savas hag ec'h eas war eün da Itron-Varia-an-Ele. Biskoaz ne oe souezetoc'h ! War an ôter, ' us d'an tabernakl, en kreiz eur sklerijen n'eo ket eus ar bed-man, e oa Mab Doue holl-skedus eus gloar ha dudiou ar baradoz; war e zremm, rozen flamm ar yaouankiz ha doare pozet eun den en oad. E zaoulagad a bare war Fransez gant eun dousder dispar, ha war e vuzellou e weled an drugare. A-zeou d'ezan e oa ar Werc'hez glorius Vari, hag eun niver bras a Ele tu ha tu. Ar zant, leun a joa, a 'n em dôlas d'an douar. « Fransez, a lavaras d'ezan Mab Doue, anaout a ran ar preder a gemeret, c'houi hag ho preudeur, gant an ineou. C'hoant am eus d'ho tigoll. Goulennet diganin ar pez a c'hoantalet evite. Selaou a rin ho koulenn, rak roët am eus ac'hanoc'h d'ar bed evit bezan sklerijen ha skoazel an Iliz. » Nerzet gant eun hevelep madelez, ar manac'h santel a gredas ober ar beden-man : « O Doue ter gwech santel, p'eo gwir eo falvezet ganec'h sellet gant trugare ouz an disteran eus ho servijerien, daoust d'ezan da vezan brasan pec'her a zo, e kredan goulenn diganec'h, gant an holl doujanz ma 'z on goest da gaout, m'en devo an induljans plenier eus ar poaniou dleet d'e bec'hejou, kement hini a deuio da vizitan ar chapel-man, gant ma vezo bet o kovez e bec'hejou gant eur gwir geun d'eze ha gant m'en devo bet an absolven aneze, » hag en eur drei warzu ar Werc'hez : « Pedi a ran ar Werc'hez Vari, ho Mamm, advokadez an holl dud, da vezan a-du ganin ha da gomz evidon. » Ar Werc'hez neuze a 'n em droas warzu he Mab, ha Jezuz, n'hall dinac'h netra d'e Vamm, a asantas ganti. « Fransez, emezan, eun dra vras a c'houlennet diganin. Rei a ran d'ec'h, koulskoude, ho koulenn, gant ma vezo kavet mat hag ôtreet gant ar pab a zalc'h ma flas war an douar, a zo gantan, ha gantan hepken. ar c'halloud da liamman ha da ziliamman. » Ha kerkent Jezuz, e Vamm hag an Ele a zistroas d'an nenv. Antronoz vintin, Fransez a 'n em lakas en hent evit mont da Berouz da gât ar pab Honorius III, a oa eno er mare-ze. Ar pab, goude bezan grêt sklerijen war eun dra ken burzudus, a lavaras d'ezan a-benn ter gwech : « Ra vezo grêt herve m'ho peus goulennet en hano Doue. » Mes ne oa ket laket an de c'hoaz eus ar pardon bras-se er Porsionkul. Doue e-unan a dlee peur-ober e labour. Daou vla goude, da viz genver 1223, Fransez, evit tec'hel diouz birou an drouk-spered, a c'hoantae rei d'ezan da gredi ne dlee ket ren eur vue ken pinijennus, en devoa diwisket e zaë hag a oa en em dôlet en kreiz eur voden spern evit mougan an dentasion. Ouz en em ruilhal en kreiz an drein, e gorf ne zaleas ket da vezan leun a wad. Mes kerkent ive pep tra a chenchas doare endro d'ezan; ar spern ruziet gant e wad a deuas da vezan goloet a vleun ru ha gwenn; Ele an nenv a dôlas war e ziskoa eur vantel gwennoc'h eget an erc'h, steuet gant ar gwiader a oar gwiskan al lili hag ar roz, hag a lavaras d'ezan kerzet buhan d'an iliz, e oa Jezuz eno ouz e c'hortoz. Kemer a ra Fransez neuze peder warn-ugent eus ar roz burzudus, daouzek ru ha daouzek wenn, evit o c'hinnig d'e vestr Jezuz ha d'e vestrez karet, ar Werc'hez Vari. Jezuz, ar Werc'hez hag an Ele a oa adarre ouz hen gedal evel er wech kentan. Fransez, goude bezan diskarget e galon dre gomzou a garante hag a humilite, a gredas goulenn ma vije laket de d'ar pardon. Ha Jezuz a respon-tas : « Me fell d'in e vefe grêt da genver an devez ma 'm eus torret liammou Per, prins an Ebestel, betek an abarde eus an de war-lerc'h. N'az pez aon rak netra. Kerz da gât ar pab evit mac'h embanno an de bras-ze. » Ar pab Honorius, o welet ar roz burzudus, a zigemeras e c'houlenn hag a reas embann induljans vras ar Porsionkul, gant ar seiz eskob tostan da Asiz, evit padout da virviken. B O K E D Induljaus Itron-Varia an Ele eo kaeran ha gwiriekan hini a zo en Iliz, rak an induljans-ze a zo roët gant Jezuz-Krist e-unan. BOURDALOUE Trede devez a viz Eost Relegou sant Stephan Kentan merzer, a zo kavet goude pevar-c'hant vla (17 a viz kerdu 415) Dre urz pennou-bras Jeruzalem, korf sant Stephan, goude e varzerenti, a oe lezet eun nebeut deveziou hep bezan sebeliet. C'hoant o devoa e teuje ar c'horf presius-ze da vezan preiz al loened goue. Mes Doue a evesae war relegou e zervijer. Gamaliel, eun doktor judeo, an hini a zifennas Jezuz dirak ar Sanhedrin, an hini a oa bet mestr-kelenner sant Pôl, deut breman da vezan kristen e-unan, a yeas da gât tud fidel Jeruzalem, o fedas da vont en kuz da gerc'hât korf ar zant ha d'e gas betek eun ti en devoa, nao pe dek leo diouz Jeruzalem, evit ma vije sebeliet gant enor en eur be en devoa laket sevel eno evitan e-unan hag evit e familh. Ar pez a oe grêt. En e gichen, divezatoc'h, Gamaliel a reas sebelian Nikodem, eun doktor judeo ive, mignon en kuz d'Hon Zalver, ha deut da vezan eun diskib fidel d'ezan. Abalamour da ze, e oa bet torret eus e garg, laeret eus e vadou ha kaset er-mêz eus ar vro. Abibon, den yaouank ugent vla, mab da C'hamaliel ha badezet gant an Ebestel er mêmes devez gant e dad, hag erfin Gamaliel, d'e dro, a oe beziet er memes lec'h. Epad tost da bevar-c'hant vla, o c'horfou a chomas eno heb enor, ankouaet gant an dud. D'an 3 a viz kerdu 412, Gamaliel a 'n em ziskouezas d'eur beleg hanvet Lusianus evit kemenn d'ezan, a beurz Doue, digeri o be hag enori o relegou. Ar promese a reas d'ezan e c'hoarvezje treo burzudus hag e paouezje ar sec'hor vras a wale er mare-ze ar Palestin. -- Eun eil hag eun trede gwech e teuas c'hoaz davetan evit hen pedi da hastan ober e gefridi. Heman a zentas; mont a reas da gât eskob Jeruzalem, Yan, ha raktal e oe roët d'ezan ôtre da zigeri ha da furchal an douar da glask ar beziou. Lusianus, gantan eun niver bras a gristenien, a yeas en prosesion warzu al lec'h merket. An douar a oe digoret ha prest e oe kavet tri ve : war ar c'hentan e oa skrivet Stephan, war an eil, Nikodem, ha war an trede hanoiou Abibon ha Gamaliel. Arôk mont pelloc'h ha digeri ar beziou, Lusianus a falvezas gantan e vije eskob Jeruzalem war al lec'h. Mont a reas e-unan da gas kemennadurez d'ezan, ha kerkent an eskob Yan, gante genvreudeur, eskibien Sebast ha Jeriko, a ziredas da Gaphargamala. Arôk m'oant arruet, eur bobl bras a dud a oa dastumet er park, hag en o zouez tud klanv gant peb seurt klenvejou. An eskibien a ziskennas er be hag a reas digeri arched sant Stephan. Eur c'houez dudius, lavaret e vije bet eur c'houez eus ar baradoz, a deuas anezan hag a 'n em skignas a bep tu. Raktal an holl dud klanv a oa eno, trizek ha tri-ugent aneze, en em gavas pare. An eskibien, goude bezan poket gant doujanz d'e relegou, a reas o lakat en eun arched presius; neuze, en kreiz al levenez, e oent digaset da gêr Jeruzalem (25 a viz kerdu 415). Evit derc'hel gwelloc'h sonj eus an devez-se, e oe merket gouel sant Stephan de war-lerc'h gouel Nedeleg. Kerkent ha ma oe savet ar relegou santel, ar glao a gomansas da gouezan, hag e oe fin d'ar gernez er vro. Ar c'helou e oa kavet relegou ar c'hentan merzer a redas dre ar bed kristen evel eul luc'heden. Kalz ilizou a c'houlennas ma vije distaget eul lodennig evite, hag ar miraklou diniver c'hoarvezet dre o vertuz a lakas da skedi en pep lec'h gloar an avieler kalonek. En nebeutoc'h eget daou vla, dek ha tri-ugent mirakl a oe anzavet gant an Iliz evel miraklou gwirion. Sant Augustin en deus merket meur a hini en e skridou. An eurvad en devoe, zoken, da vezan test eus unan aneze. - Kêr Hippon, emezan, he devoa bet ar joa da gaout eun darn eus relegou ar c'hentan merzer. Lidou bras a oa grêt evit o digemer, ha laket e oent en iliz-veur war eun ôter. Da Zul-Fask eus ar bla 425, daou zivroad, breur ha c'hoar, o-daou klanv gant eur c'hlenved estlammus, (ne baouezent da grenan eus o holl izili), a deuas d'an iliz. Aboue pempzek devez m'oant en em gavet, ec'h eent bemde betek ôter ar relegou evit goulenn ar pare, mes o feden 'oa ket bet c'hoaz selaouet. Epad an oferen, an den yaouank, harpet ouz balustr an ôter, a gouezas souden d'an douar. An dud diredet evit hen sevel a welas e oa kousket ken sioul ha tra; ne grene mui. Lezet e oe en peuc'h. Pa zihunas e oa pare. Daerou a joa en e zaoulagad, e kontas e istor dirak an holl. « Ni, emezan, ma c'hoar ha me, a zo ginidik eus Sesare er C'happados. Hon mamm a oa intanvez, dek krouadur d'ezi, potred ha merc'hed. Hon breur henan a oe dinatur awalc'h en he c'henver evit kredi sevel e zorn d'he skei. Hon dek e oamp war al lec'h, ha hini ac'hanomp ne enebas outan. Hon mamm, en dizesper, a lakas en he fenn teuler he malloz warnezan. An de war-lerc'h ec'h ee d'an iliz evit hon mallozi en kichen men-font ar vadeziant, p'en em gavas ganti eur eontr d'imp a lavaras d'ezi teuler he malloz warnomp holl, p'eo gwir hini ac'hanomp ne oa savet evit he difenn. Senti a reas outan, ha warnomp hon dek e tôlas he malloz. Kerkent, hon breur henan a gouezas ar grenerez warnan, hag an eil goude egile omp bet skoet gant ar memes klenved. Hon mamm, kollet ganti he fenn, a zo en em grouget, ha ni, abaoue, a zo tec'het gant ar vez eus an eil tu d'egile, o klask pareans. Ma c'hoar Palladi ha me a zo bet kemennet d'imp, a beurz Doue, e kavjemp aman ar pare. Ha setu me pareet, mes ma c'hoar !... » Hag e pedas ar bobl da drugarekât Doue ha sant Stephan a-unan gantan, ha da derc'hel gant o fedennou evit e c'hoar. An eskob, war al lec'h, a bedas a-unan gant ar bobl. Ar plac'h yaouank o vezan et, hi ive, betek ôter ar relegou, a deuas ar c'housked d'ezi hag a zihunas pare evel he breur (1). (1) Sant Augustin. Kêr Doue. XXIIet kevren. B O K E D Lagad Doue a heuilh relegou e zen t. Ne vezo ket kollet eur c'hreunen boultren aneze. Bennoz an tad hag ar vamm a zav an tiegeziou. Malloz an tad nag ar vamm o laka da gouezan en o foull. Pevare devez a viz Eost SANT DOMINIK Diazezour Urz ar Vreudeur-Prezegerien (1170-1221) Dominik a deuas er bed er Spagn, er bla 1170. E vamm Jann d'Aza, eur zantez he-unan, a lakas he holl aked evit trei, pa oa c'hoaz yaouank, e spered war-zu Doue. Deski a reas d'ezan, dreist-oll, karet ar Werc'hez; ha devosion ar c'hrouadur a yeas kement da galon Mamm Doue, ma plijas ganti en em ziskouez alïes, ha deski d'ezan an doare da lavaret ar Rozera. Divezatoc'h, ar beden-ze a vezo e wellan benveg evit konvertisan an heretiked. D'an oad a bevarzek vla, e gerent hen c'hasas da skol-veur Palenzia. Eno e labouras, hag eno e teuas da vezan desket kouls war skianchou an douar ha war skianchou an nenv. Ar gernez o vezan kouezet war ar vro, e roas betek e zilhad d'ar beorien. Zoken, evit kaout muioc'h da rannan gante, e werzas e levriou, treo a briz bras, er mare-ze ha ne oa c'hoaz anavezet nemet ar skridou-dorn. E vue a oa pinijennus : yun a rê allés; n'en devoa ken evaj nemet dour, ken gwele nemet eur planken. Dre-ze e viras ken brao glanded e galon ma oa eun dudi evit an Ele ha Rouanez an Ele dont davetan. Deut da vezan beleg, eskob Osma hen dibabas evit bezan chaloni e iliz-veur. « E-touez ar chalonied-all, Dominik a oa evel eur sklerijen savet awel d'an holl, ar c'hentan dre e zantelez, an divezan dre e izelded a galon. C'houez vat a oa gant e vue evel ma ve gant ar bleun d'an neve-amzer. Noz-de en iliz, ne skuize kammed o pedi, ha kammed ne finve eus ar gouent, nemet ouz red, gant aon da goll ar gwel a Zoue. » War c'houlenn e eskob, en em roas da brezeken Osma hag er c'hêriadennou tro-war-dro; e brezegennou a zougas kalz frouez. Evelse e vevas epad nao bla. E oa neuze o 'n em brepari, hep gouzout, d'an oberou bras a dlee kas da benn divezatoc'h. War-dro ar bla 1204, eskob Osma a yeas da Rom hag a gasas gantan Dominik. O tremen dre ar c'hreiste eus ar Frans, e oent testou eus an dismantr a rê, er vro-ze, an Albigiz, eun toullad heretiked diwar-dro Albi. Ar re-ze a oa dispac'herien ha franmasoned an arnzer-ze. Dominik a chomas mantret e galon hag a lakas en e zonj dont er c'hentan m'hallje da zikour kristenien ar vro-ze. Distro eus Rom, e chomas eta er Frans. Prezek ha prezek a rê c'hoaz; ar wirione a bare war e vuzellou evel eur sklerijen lugernus. Evit gwelloc'h he lakat da baran dirak daoulagad an heretiked, e veze bepred prest da gonferansi gante en o zier ha war ar plasennou, dre gomz ha dre skrid. Eun devez e oe dibabet tri den desket evit barn etre skridou ar zant ha re an heretiked. O vezan n'hallent ket 'n em glevet war ar varnedigez, en em glevjont, da vihanan, da gemer Doue da varner bras. Ar skridou, kouls re an heretiked ha re Zomïnik, a dlee bezan stlapet en kreiz eun tantad tan, hag an hini a vije espernet a vije an hini mat. Grêt e oe eta eun tantad, hag ar skridou tôlet ennan. Kerkent hini an heretiked a yeas en ludu; hini Dominik a zavas anezan e-unan ' us d'ar flammou, ha distôlet e oe er-mêz hep droug ebet. Eun eil hag eun trede gwech e oe grêt an aprou, ha ter gwech skridou Dominik a oe distôlet hep ma vijent bet, zoken, duet gant an tan. Kement-se a ziskoueze skler en pe du e oa an Otrou Doue ha gant piou e oa ar wirione. Darn eus an heretiked a zigoras o daoulagad, mes darn-all a chomas aheurtet hag a zonjas, zoken, en em zizober eus ar zant en eur hen lazan. Mes Doue a ziwalle e zervijer ha n'helljout ket kregi warnezan. Ne zellent tamm, an heretiked-ze, ouz lazan ar gwir gristenien; rak-ze, ar brinsed katolik a renkas sevel eun arme evit diarbenn o fallagriez. Simon Monfort a oe trec'h d'eze en Muret (12 a viz gwengolo 1213). Mes d'ar gwir gristenien, kouls ha d'an heretiked, Dominik ne brezege nemet ar peuc'h hag ar garante a dle ren etre breudeur ha kenvroïz. N'en devoa ken kleze nemet ar beden ha komzou Doue. Ar beden a lavare e-unan an alïesan, hag a c'hourc'hemenne ar muian d'ar re-all, oa ar Rozêra. E brezegennou hag e viraklou, harpet war ar Rozêra, a reas d'ezan gonid milierou ha milierou heretiked d'ar gwir fe. Mes seul ma laboure, seul kreski e rê e labour. Dont a reas ar mare n'hellas mui padout e-unan, hag e sonjas kemer re-all d'e zikour. Ar re-man a oe an izili kentan eus eun Urz neve a venec'h a deuas da vezan ken brudet dindan an hano a Vreudeur-Prezegerien. Mont a reas da Rom da gât ar pab Innosant III, evit kaout ôtre d'e reolen. Ar pab a oe nec'het. Mes an noz war-lerc'h ma oe grêt outan ar goulenn, e welas dre eun hunvre, iliz Latran o vennan kouezan ha Dominik ouz he harpan gant e ziskoa galloudus. Raktal e welas eno bolonte Doue hag e roas e ôtreadur. Ouspen an tri le a ve grêt en holl Urziou menec'h, a baourente, a zentidigez hag a c'hlanded, e rent an hini d'en em rei da studian ha da brezek Aviel Jezuz-Krist. O gwiskamant a oa eur zaë c'hloan gwenn gant eur vantel du wrar c'horre. Daoust ne oant nemet c'houec'h evit komans, Dominik o c'hasas war-dro goueliou Pask 1217, er Frans, en Itali hag er Spagn, da sevel kouentchou neve. « Ar gwiniz, emezan, a zoug pennou pa ve hadet, mes ne ra nemet breinan pa ve berniet.» Ar c'houentchou neve savet dre e urz ne zalejont ket da vezan leun, ha Dominik breman a dremeno e amzer o vont eus an eil d'eben d'o gwelet, d'o c'hennerzi ha da zerc'hel pep tra en urz; hirie en Pariz, varc'hoaz en Rom, hag ac'hane da Vologn ha d'ar Spagn. Dre mac'h ee, e hade ar miraklou a-unan gant komzou Doue. War e droad e veaje bepred, eur vaz en e zorn ha levr an Aviel dindan e gazel. Er-mêz eus ar c'hêriou e valee war e dreid noaz, ha pa zigoueze gantan o goulian war ar vein begek, e lavare gant eur mousc'hoarz : « Greomp pinijen, breudeur ! » - - Pa zigoueze eur barrad glao, en em lake da ganan an Ave Mari Stella pe ar Veni Creator... Seul-vui e veze digemeret fall, seul-vui e veze laouen. En Bologn e kouezas klanv. D'ar venec'h, e genvreudeur, dastumet endro d'ezan, e lavaras : « An heritach a lezan ganec'h, ma bugale, hag ho pedan da viret gant evez eo : ar garante etrezoc'h, an izelded a galon hag ar baourente digemeret gant joa. » Lavaret e oe pedennou an angoni. D'ar c'homzou-man : « Subvenite, Sancli Dei... Tostaet, sent ar baradoz, deut d'hen diarben; Ele an Otrou, kaset e ine dirak an Otrou Doue... » Dominik a zavas e zaoulagad en nenv hag a roas en peuc'h e ine d'e Grouer, d'ar 6 a viz eost 1221. B O K E D Gourc'hemennou an Iliz a lavar : « Ma teu eur beleg hag en deus karg a ineou d'ober yun e barousianiz eus bara an Aviel, ra vezo grêt d'ezan yun eus bara ar gommunion, ha ma talc'h da chom hep prezek, ra vezo lemet e garg digantan. » Mes mar deo eun dever striz d'ar beleg prezek, ken striz-all eo an dever en deus ar bobl kristen da zont d'e selaou. Pempvet devez a viz Eost Gouel Itron-Varia-an-Erc'h En amzer ar pab Liber (352-366), daou bried pinvidik eus noblanz vras Rom a oa chomet hep bugale hag i war an oad; n'o devoa den eus o ligne da berc'hennan o madou goude o maro. Setu ma savas en o spered ar zonj d'ober o heritourez eus ar Werc'hez Vari. Goulenn a rejont diganti, dre bedennou kalonek, merkan en eun doare bennak peseurt impli a c'hoantae a vije grêt eus an heritach a lezent ganti. Ar Werc'hez a selaouas o feden hag a roas d'eze da anaout he mennoz dre eur burzud eus ar re gaeran. E oad neuze en deveziou kentan a viz eost, er mare ma ve ar brasan tomder en kêr Rom. Enn nozvez, eul loden eus tosen Eskilin a oe goloet a erc'h. En nozvez-ze ive, an daou bried a oe kemennet d'eze, dre o c'housk, sevel gant o madou eun iliz en enor d'an Itron-Varia war an dachen a weljent goloet a erc'h. An de war-lerc'h ar beure, ar patrisian o oe mall gantan mont da gât ar pab Liber evit rei d'ezan da anaout ar burzud c'hoarvezet hag ar gemennadurez en devoa bet dre e gousk. Ar pab ne oe ket souezet, rak bet en devoa e-unan eun hevelep hunvre en noz. Gant ar prosesion hag eur bobl a dud, en kreiz ar c'hantikou hag ar pedennou, e pignas war dosen Eskilin hag e verkas plas an iliz a dlee bezan savet. Ar patrisian Yan hag e bried a reas an holl frêjou. War-dro pevar-ugent vla goude, ar pab Sixt III (422-440) a reas he neveât. Meur a hano a oe roët d'ezi da gentan : bazilik ar pab Liber; Itron-Varia-ar-C'hraou, abalamour ma oe miret enni fors relegou eus kraou Bethléem. Mes dre ma oa en Rom kalz ilizou gwestlet d'an Itron-Varia, evit merkan e oa houman dreist ar re-all, e oe roët d'ezi an hano a iliz-veur Santez-Mari. An hano-ze he deus miret betek an de hirie. Bep bla, d'ar bemp a viz eost, e ve grêt gouel dedi an iliz-ze ha gouel mirakl an erc'h. (1) Rei d'ar Werc'hez, rei da Zoue A dalv ouspen prenan leve. (1) Ilizou kentan ar gristenien. — Kerkent ha ma c'hallas ar gristenien dont er-mêz eus ar c'hatakombou, da lavaret eo, pa bignas Konstantin war an trôn (313), e oe mall gante klask pe zevel tier a-zoare evit en em vodan d'ober an ofisou. Evel ilizou kentan, ar gristenien a 'n em zervijas eus an tier hanvet bazilikou, a oa lez-varniou pe tier-kêr ar baganed. Nebeut a dra a oe da chench war-dro an tier-ze evit ober aneze ilizou a-zoare. Ar re neve a oe savet a oe grêt er memes stum. Rak-se, an hano a vazilik a oe dalc'het pe roët d'an ilizou kentan. En Rom 'z eus c'hoaz seiz bazilik, peder vras ha ter vihan, mil gwech dîn a respet dre o c'hozni, dre an holl dreo kaer tremenet enne hed ar c'hantvejou, hag ive dre an induljansou staget oute gant ar pabed. Ar peder vras eo : Sant-Yan-Latran, ar c'hentan dre-oll. ha mamm an ilizou-all, abalamour m'eo iliz-veur ar pab : Sant-Per-ar-Vatikan, kaeran iliz 'zo dre ar bed, ouspen daou zevez arad douar dindanni; Sant-Pôl-diavêz-Kêr; hag iliz-veur Santez-Mari, an hini hon deus komzet anezi uhelloc'h. An ter vihan eo : Kroaz-Santel-Jeruzalem, Sant-Laurans-diavêz-Kêr ha Sant-Sebastian. An enor da zougen an hano a vazilik a ve roët, en de hirie, d'an ilizou koz ha brudet. En eskopti Kemper 'z eus unan : iliz-veur Sant-Korantin, hag en eskopti Leon eun all : iliz-veur Sant-Pôl, en Kastel. En eskopti Sant-Brieg, 'z eus unan : iliz an Itron-Varia Wir-Zikour, en Gwengamp. C'houec'hvet devez a viz Eost Jezuz-Krist war mene Thabor An Ebestel, goude bezan klevet hano gant Hon Zalver eus an doare ma tlee mervel, a oa poaniet oll. Karet a rênt o mestr, ha ne welent ket penôs e c'halljent diazezan e rouantelez war an douar, ma tigouezje d'ezan kaout eur maro ken trist hag an hini ma komze anezan. Jezuz-Krist a welas en devoa ezom da drec'hi an dristidigez a venne o diskar, ha setu perak e kemeras an tri aneze a oa gwelet ar gwellan, hag a veze selaouet ar muian gant ar re-all, Per, Jakez ha Yan, hag e kasas aneze war eur mene uhel ha distro (1). En em lakat a reas da bedi, hag epad ma pede, e benn a deuas lugernus evel an heol, e zilhad gwenn ha skedus evel an erc'h. Ha setu daou zen, Moyzez hag Elias, o tont da gomz gantan eus ar maro a dlee gouzanv en Jeruzalem. Koulskoude, Per hag ar re a oa gantan o devoa c'hoant kousket. Pa zihunjont, e weljont e c'hloar hag an daou zen a oa gantan en o zav. Ha pac'h eas ar re-man kuit, Per a lavaras da Jezuz : « Otrou, aman eo brao bezan, mar keret greomp aman tri delt, unan evidoc'h, unan evit Moyzez, hag unan evit Elias.» Oa ket e c'her peurlavaret, pa deuas eur wabren lugernus da c'holo aneze, hag an diskibien a oe spontet ouz o gwelet o vont er wabren. Hag eur vouez a deuas anezi hag a lavare : «Heman eo ma Mab muian-karet am eus laket ennan ma dudi, selaouet anezan.» O klevet ar vouez-ze, an diskibien a gouezas war o fenn d'an douar. Jezuz a dostaas oute, hag a grogas enne d'ober d'eze sevel, en eur lavaret : «Savet, ha n'ho pezet aon ebet.» O vezan savet o daoulagad da zellet endro d'eze, ne weljont den ebet ken nemet Jezuz. En eur ziskenn diwar ar mene, an Otrou a roas d'eze an urz-man : « Na leveret netra da zen eus ar pez ho peus gwelet, betek ma savo mab an den eus a douez ar re varo. » Tevel a rejont, hag an deveziou-ze ne leverjont netra da zen eus ar pez o devoa gwelet. (1) Hini ebet eus an Avielerien ne ro d'imp hano ar mene ; kredi rêr, koulskoude, eo mene Thabor. B O K E D Mar doc'h eürus, leveret ne bado ket pell, ha mar d'oc'h reuzeudik, leveret ne bado ket dalc'h-mat Seizvet devez a viz Eost SANT GAËTAN Kovezour (1480-1547) Seizvet devez a viz Eost Gaëtan, ganet en Visans, en Itali, a oe an eil eus bugale Gaspard de Thienne ha Mari de Laporte, daou den a noblanz vras ha pinvidik. Arôk ma oe ganet, e vamm he devoa gwestlet anezan da Vamm Doue, ha goude e vadeziant, e neveaas he c'hinnig. Kement-se a ziskouez petra oa ar vamm gristen-ze. Eun dra eo ha ne dleer ket dizonjal : « En kichen kavel eur zant e kaver peurvuian eur zantez. » Ar c'hrouadur-man, a vihanik, a lakas da dalvezout ar skoueriou en devoa bet digant e dud. E garante evit ar beorien a 'n em ziskouezas da gentan. Ne oa ket evit harz da ouelan pa wele o dienez, ha doust d'e oad tener, en devoa mil ijin evit kreski an aluzennou roët d'eze. Kement en devoa e-unan a roë, ha pa n'en dije mui netra, ec'h ee da c'houlenn an aluzen evite, en han' Doue. Ar pez a blije d'ezan ar muian en e c'hoariou, oa ober ar pez a wele en iliz. Doue a falveze gantan merkan, en doare-ze, e c'halve anezan da vezan beleg. Abred e oe kaset d'ar skol. E spered a oa lemm ha digor ; studian 'reas eus e wellan, hag al lore a zoktor war lezennou an Iliz ha lezennou ar vro a zigollas e boan. N'haller ket bevan er skoliou bras evel m'oa skol-veur Padou, hep gwelet forz skoueriou fall. Hon zant ne baouezas tamm da vezan war evez, ha tremen a reas glân dre an holl danjeriou, evel ma tremen ar bann-heol dre ar fank hep bezan sôtret en neb doare. Ne falveze ket gantan heuilh ar yaouankizou-all ; gwisket gant dilhad gros ha dister, ne zaremprede nemet ar beorien. E dad en devoa mez gantan hag a rebechas d'ezan ne ouie mui derc'hel e renk. Hen a dave ; eun devez, koulskoude, e reas eur respont treut d'ezan ; epad e vue e ouelas d'ar pec'hed-ze. Eur vertuz ken dispar oa ket grêt evit ar bed. Doue hen galve d'eur stad uheloc'h, da vezan beleg. Pell amzer e oe evit kaout ôtre e dad ; mes an amzer-ze a implias o 'n em lakat gwelloc'h en stad da zigemer eun hevelep karg. Eur wech beleget, n'espernas mui netra evit mont pelloc'h-pellan war hent ar zantelez. E vue a dremene en iliz hag en hospitaliou. O vezan et da Rom, ar pab a reas stad anezan hag a c'hoantaas rei d'ezan an enoriou bras. Kregi a reas aon ennan, hag e c'houlennas ôtre da zont d'e vro. Distro da Visans, e lakas sevel eun hospital evit ar re glanv hag ar beorien. Di e teuas da chom, rak re gaer e kave maner e dad evitan. Eno e louzaoue gouliou an dud skoet gant klenvejou stagus. Mes muioc'h c'hoaz a evez a gemere gant o ineou. Kement a rê warne, evit o c'helenn hag o distrei war an hent mat, ma oe galvet «ar goni-deg eneou.» E labour en hospital ne vire ket outan da zonjal er vicherourien. Rei a reas e hano evit bezan unan aneze, daoust pegen doaniet oa e dud ouz e welet e-touez an darbarerien hag an dud a renk izelan. Doue a vinnigas e labour ; eus kristenien glouar e reas kristenien birvidik, a veze o kommunian diou ha ter gwech ar zun, e-lec'h diou wech ar bla, 'vel diagent. Pac'h eas da Veniz, e reas ar memes labour gant eun hevelep frouez. Mes ne rê c'hoaz nemet kommans. Santout a rê e vije buhan kollet an eost eneou gonezet, ma ne deuje ket ar veleien d'e zikour. Siouaz ! er mare-ze, an dud a iliz ne roent ket holl ar skouer-vat. Sevel eta eun Urz neve a veleien hag a vije dre o bue eur skouer beo evit ar re-all, setu e vennoz brasan. Kaout a reas tri eus e vignoned hag a vage eun hevelep c'hoant en o c'halon. An hini anavezetan aneze oa Per Karaffa, eskob Theat, divezatoc'h pab dindan an hano a Bol. Hen eo a roas e hano da Urz neve «An Dheatined», dre ma oe ar rener bras kentan. Klemant VII, neuze war Gador sant Per, a ôtreas an Urz neve gant fors meuleudi (1524). An Dheatined, ouspen an tri le ordinal, a rê c'hoaz an hini da vevan er baourente ar vrasan ; ne dleent kaout nag arc'hant, na leve en nep doare ; ne dleent ket, zoken, mont da c'houlenn. Gedal a renkent an aluzennpu a vije digaset, aneze o-unan, gant an dud vat. «An hini a vag al lapoused hag a wisk bleun ar mêziou a ouezo pourvoi da ezommou e vugale, a lavare Gaëtan. » Hag en gwirione, biskoaz Providans Doue n'o dilezas. Ober a rê miraklou kentoc'h eget lezel e zervijerien en dienez. Oberou Doue a dle bepred tremen dre ar boan. Rom o vezan kouezet etre daouarn soudarded protestant, kement mad a oa enni a oe laeret (1527). Epad daou viz, e padas an dismantr. An ilizou a oe dismantret, devet; sakrilachou spontus a c'hoarveze bemde. An Dheatined ne oent ket espernet rnuioc'h eget ar re-all. Ar zoudarded, dre ne gavent netra da laerez en o zi, a gavas d'eze e oa bet kuzet oute an treo presiusan. Ar zant a oe bourrevet en eun doare skrijus, en esper e tiskuilhje pelec'h e oa an tensor. Gouzanv a reas an tourmanchou-ze gant joa. Laket er prizon gant e holl genvreudeur, e oent delivret, kouls lavaret, dre virakl. Epad ma oant o tec'hel kuit d'ar red, e oent tizet gant ar forbaned ; kabiten ar re-man, o welet o faourente, a roas d'eze kement o devoa ezom, hag o lezas da redek. Gaëtan a blije d'ezan kontan an dra-ze, evit diskouez e c'haller bepred fiziout war Brovidans Doue. En Veniz en em dennas gant beleien e gouent. Eno e oa anavezet mat, ha digemer mat a oe grêt d'ezan. Raktal e oe savet eur gouent evite. Gaëtan a oa oajet bras dija er rnare-ze ; koulskoude, war urz' ar pab, e renkas mont da Napl da zevel eur gouent-all. En holl gêriou-ze e oe eur skouer eus an holl vertuziou. Prezek a rê alïes war an devosion d'ar gommunion santel. «Kornmunian mat hag alïes, eno e oa, emezan, an eienen eus pep santelez. » E fe birvidik evit ar zakramant meulet ra vezo, ne chomas ket hep rekompans. De gouel Nedeleg, en Rom, ar Werc'hez Vari a 'n em ziskouezas d'ezan gant he c'hrouadur etre he divrec'h ha, gant eur mousc'hoarz dudius, e lakas anezan etre divrec'h Gaëtan. D'e genvreudeur eus ar gouent, ar pez a brezege ar muian oa ar baourente digemeret gant joa. War e dremenvan, e dremm a sklerijenne gant eul levenez dispar. Dre zin, e tiskouezas e oa ar Werc'hez ouz e c'hortoz. Mervel a reas d'ar 7 a viz est 1547. Ar pab Klemant X hen lakas war roll ar zent. B O K E D Arabad d'ec'h, eme Hon Zalver Jezuz-Krist, bezan nec'het diwar-benn ho pevanz nag ho kwiskamant. Klasket da gentan rouantelez Doue hag e justis, hag an treo-ze holl a vezo roët d'ec'h war ar marc'had. AVIEL SANT LUKAS. XII. 22. 31 Eizvet devez a viz Eost Sant Sisinnius ha sant Saturnin, Sant Syriakus, Sant Largus, avielerien, Sant Smaragdus hag o unan-warn-ugent kompagnon Merzerien (305) En blaveziou divezan an trede kantved, war-dro 286, an impalaer Dioklesian en devoa rannet e stadou gant Maximian, eun den kri, mar zo bet unan, ha roët d'ezan, evit lod, tu ar c'huz-heol. Heman a lakas en e benn sevel en Rom eun ti evit en em walc'hi, ha n'en dije ket e bar dre ar bed, ha rei d'ezan hano Dioklesian (l), e vadoberour. D'ar mare-ze, ha dre urz Maximian, ar brezel a oa en e wasan eneb ar gristenien. Ar re-man, seul vras e veze ar poaniou o dije da c'houzanv, seul laouen e vezent. An impalaer a gounnare o welet an dra-ze, hag e sonjas ober d'eze gwasoc'h c'hoaz, o lazan aneze dre hirnez. Servijerien ar gwir Doue a oe kondaonet da labourat evel galeouaerien, evit darbar masonerien ar palez neve. Neuze e oe gwelet kristenien a bep oad hag a bep renk o tougen mein war o diskoa, pe staget ouz kirri evel loened, ha kaset a dôliou skourje, o charre trêz ha ra. Hed an de pen-da-ben, e renkent labourat dindan an heol bero, ha diouz an noz e vezent dastumet en toullou hudur ha tenval dindan an douar. N'o devoa ket hanter-voed da zibri, ha c'hoaz, peseurt bevanz ! Restajou ar re-all. Joa oa gante, koulskoude, gouzanv ar poaniou-ze, rak evit Doue hen grênt. O breudeur kristenien a c'hoantae o frealzi herve o galloud, hag en o zouez Syriakus, Largus ha Smaragdus. Dre guz, e teuent en noz d'o c'haout en o frizon hag e rannent etreze an aluzennou roët gant eur c'hristen pinvidik, Thrazon. O vezan klevet gant pebez aked ha gant pebez kalon vat e rênt o c'hefridi, ar pab sant Marsellin a roas da Zyriakus ha da Largus an urz a avieler. Mes Jezuz-Krist a roas d'eze eur c'hras kaeroc'h, en eur rei lod d'eze en e Basion e-unan. Diskuilhet ha tapet oc'h ober o labour a drugare, e oent kondaonet d'ober ar memes labouriou gant ar re a c'hoantaent sikour. O klevet ar varnedigez-ze, e stagjont da ganan kantik an anaoudegez vat hag al levenez. N'hallent mui rei skoazel d'o breudeur dre aluzennou; breman e nerzfont aneze dre o c'homzou hag o skoueriou. Al laouenedigez war o zâl, e tougent mein, e charreent trêz, e rent al labouriou poaniusan, hag e kavent c'hoaz an tu da zont da zikour ar re a welent o plegan dindan ar zamm. Eun devez, unan eus ar re gosan en o zouez, Saturnin, a gouezas dindan e vec'h. Syriakus hag e vignoned hen zavas hag hen dougas gant respet en eul lec'h distro. An impalaer Maximian hen c'hlevas. Espern a reas Syriakus hag e zaou vignon; — mat oant c'hoaz da labourat; — mes o welet ne oa mui Saturnin hag eur c'hristen-all, Sisinnius, mat da netra, koz ha fall evel ma oant, e reas o zeuler er prizon. Arôk pell, an daou-man a oe galvet dirak al lezvarn. N'o devoa nemet eur respont : « N'hon deus biskoaz c'hoantaet netra gwelloc'h eget mervel evit rei testeni d'Hon Zalver Jezuz-Krist eus hon fe ! » Stlejet war ar marc'h-koat, o izili brevet a dôliou baz, o dent torret, o c'hostou devet, ne ouient lavaret nemet eur gomz : « Gloar d'ec'h-c'houi, Otrou Jezuz, da vezan grêt d'imp an enor da vezan ho testou. » Ar joa a bare war o zâl a verke skler e oa Doue e-unan ouz o c'hennerzi. Ouz o gwelet, ar grefier, Apronianus, a deuas d'en em gonvertisan; daou eus ar zoudarded, Papias ha Maurus, a zisklerias : «N'eus ken Doue gwirion nemet Doue Sisinnius ha Saturnin.» Ar barner, en kounnar, a lakas troc'han o fenn d'an daou verzer kalonek. O c'horfou a oe dasturnet gant ar beleg Yan ha sebeliet en douar Thrazon, war hent Salaria. An daou zoudard, barnet d'o zro evel kristenien, a oe lazet a dôliou skourje plom; Apronianus a oe dibennet. O c'horfou, lezet war ar plas, a oe sebeliet gant respet gant ar beleg Yan. Maximian ne oa ket c'hoaz skuiz o lazan. N'en devoa ket ankouaet an avieler Syriakus hag e zaou gonsort. O f'rosez d'eze o zri ha da unan-warn-ugent-all ne zaleas ket da vezan grêt. Digaset a oent dirak Karpazius, eil prefed. Ar wech kentan ma oent galvet dirakan, unan eus ar gristenien, Crescentianus, a varvas epad ma oad ouz e vourrevi. E gorf, tôlet war ar ru, a oe beziet gant ar beleg Yan, en bered Priskilla, d'ar 24 a viz du 304. D'an deveziou kentan eus ar bla 305, e oe galvet ar re-all dirak al lez-varn. Ar barner a reas skuilh peg bero war benn Syriak ha dizaëlan e izili war ar marc'h-koat. Poan gollet ! Pa oe kontet da Vaximian ar pez a c'hoarveze, heman a roas urz d'o dibennan holl. O merzerenti a c'hoarvezas d'ar 16 a viz meurz 305, war hent Salaria, en liorzou Sallust. O c'horfou a oe sebeliet, eur pennad, demdost d'al lec'h ma oent bet merzeriet. Divezatoc'h, eur wreg kristen, Lusiana, a reas o digas gant enor en he douarou, war hent Osti, war-dro eul leo hanter diouz Rom. Al lec'h-ze a zo bet hanvet a-c'houde bered Syriakus. (1) Les Thermes de Diocléticn. — An dismantrou aneze a weler c'hoaz hirie en Rom. B O K E D Ineou an dud just a zo en dorn Doue, ha ne vefont ket gwasket gant anken ar maro. Da welet, e larvafed e vijent maro, ha koulskoudc emaent eu peuc'h. O foan zo bel berr; o gopr a vezo bras. LEVR AR FURNEZ III. 1, 2. Navet devez a viz Eost SANT JERMEN Eskob Auxer (390-448) Germen a oe ganet en Auxer, a dud a ligne uhel. Goude bezan bet en skoliou brudetan Bro-C'hall, ec'h eas Rom da studian evit bezan advokad. Ne zaleas ket da vezan unan eus ar re zesketan war al lezennou. Ar gouarner Stilikon, a rê stad anezan, hen dimezas d'eur plac'h pinvidik hag a ligne uhel eveltan, hag hen digasas da Auxer evel komt, da lavaret eo, evit bezan en penn an arme, en hano an impalaer Honorius. N'en devoa ket kalz a amzer, rak er mare-ze, ar gouezidi eus tu an hanter-noz, Vandaled ha Burgonded, a zailhe a bep tu war ar vro. Jermen a enebas start oute hag o diarbennas. Ar pennadou ehan a vije lezet gantan a roë d'ar chase. Al loened goue a oa stank en koajou bras ar vro. En distro eus e chaseou, Jermen en devoa kemeret ar c'hiz da stagan pennou al loened en deveze tapet ouz eur wezen a oa en kreiz kêr. Ar wezen-ze a zervije d'an Drouized evit o lidou, ha dre ze e oa sakr evit ar baganed; ar bobl a deue d'ober dansou endro d'ezi en noz. Amator, eskob Auxer, a c'hourdrouzas ar c'homt, abalamour d'ar skouer fall a roë, hag eun devez, epad ma oa o chaseal, e reas diskar ar wezen. Jermen, droug ennan, a douas ober d'an eskob ar pez en devoa grêt heman d'ar wezen. Mes e gounnar ne badas ket; eun den leal oa, ha komprenet en devoa buhan e oa ar fazi eus e goste. Nebeut goude-ze, er bla 418, an eskob koz, sklerijennet gant Doue war de e varo ha war hano an hini a dlee kemer e blas, a c'halvas ar bobl d'an iliz. Jermen a yeas gant ar re-all. An eskob santel a roas da anaout ar c'helou deut d'ezan a-beurz Doue : e oa tost ar maro evitan, hag an evoa bet anaoudegez eus an hini a dlee kemer e blas. « C'houi, ma mab, emezan, en eur vont war eun warzu Jermen, eo an hini a zo dibabet gant Doue. En em laket en stad da zigemer ar zamm ponner a zo warnez kouezan war ho tiouskoaz. » Ha hep lezel amzer gant ar c'homt yaouank da respont, en em droas warzu ar bobl : « Mat e kavet kaout Jermen da eskob ? » « Amen : evelse bezet grêt ! » a respontas ar bobl raktal. Jermen a chome sebezet dirak eun hevelep tra. Mes gant aon da vont eneb bolonte Doue, ne enebas ket. Teurel a reas e zilhad a vestr arme, ha d'an daoulin dirak an eskob, e resevas an Urziou kentan. Eun nebeut deveziou goude, e oe beleget. E bried, ken kalonek hag hen, a 'n em reas leanez. O madou bras a oe rannet etre ar beorien. An eskob Amator a varvas prest goude, ha Jermen, daoust d'ar c'hoant en devoa bet da souz, a renkas kemer e blas. Neuze e chenchas a-grenn e zoare bevan. Pinijen ebet ne oa kalet awalc'h evitan : eun tamm bara heiz soubet en dour, eur wech bemde, setu e vevanz; eur planken goloet a ludu, setu e wele; e beden a oa heb ehan. Evit kaout muioc'h a amzer da rei d'ezi, e lake an noz da astenn an de; ne roë d'ar c'housked nemet ar pez a oa red evit miret e yec'hed. Lakat a reas sevel, en tu-all d'ar stêr Yonn, eur manati, hag eno en em denne alïes er sioulder, evit bezan tostoc'h da Zoue. Er c'houlz-ze, fals-kreden ar Morvan, (1) a lavare n'en devoa an den ezom ebet eus gras Doue evit ober e zilvidigez, a oa êet ar vrud anezi e-touez Bretoned Breiz-Veur. Beleien ar vro-ze, dic'halloud dirak an heretiked, a c'houlennas skoazel digant ar pab Selestin I. Heman a zigasas kemennadurez da eskibien Bro-C'hall da zibab daou aneze evit mont da zikour iliz Breiz-Veur. Eskob Auxer, Jermen, hag eskob Troa, Loup, a oe dibabet gante evit ar gefridi-ze. Ar pab a gavas mat ar pez o devoa grêt, hag a roas da Jermen ar c'halloud a gannad. An daou eskob, goude bezan laket urz en o eskoptiou, a 'n em lakas en hent. O beach dre Vro-C'hall a oe eur bale enorus. Digemer bras a gavjont en pep lec'h. Digouezet en Breiz-Veur, Jermen a zastumas eskibien ha beleien ar vro en eur c'honsil. An heretiked a oe pedet da zont da zisplegan o c'hredennou; mes kemeret o devoa an tec'h. Sant Jermen ha sant Loup a yeas neuze dre ar c'hêriou hag ar bourkou evit prezek ar gwir fe. Ar miraklou a rênt ha santelez o bue a reas muioc'h eget o c'homzou evit distrei an dud. O welet ar c'hollou a rênt, unan eus ar re droetan war gelennadurez ar Morvan a lavaras mont da c'houren oute. Lezet e oe, hen hag e gonsorted, da dibuni o c'huden pen-da-ben. Neuze, an daou zant a ziskouezas d'eze sklêr ha splann ec'h eent eneb ar Skritur-Zakr ha skridou an Tadou Santel. Ar bobl a oe lorc'h ennan o welet en pe du ec'h ee ar gonid. En keit ze, eur zoudard breizad a zigasas e verc'h ganet dall evit ma vije pareet gant an eskob santel. « En em erbedet ouz ar morvaned, a lavaras Jermen; mar deo gwirion o fe, Doue hen diskouezo dre eur mirakl. » Kaer o devoe ar re-man pedi, ar verc'h a chôme dallez. Jermen neuze a lakas war he daoulagad eur voestig relegou a zouge warnan bepred. Kerkent ar plac'hig a welas sklerijen an de. Daerou a joa hag a anaoudegez vat a redas eus daoulagad an holl. Ar fe gwirion a oe trec'h, hag herezi ar Morvan a oe diskaret evit eur pennad mat. Ar zant en devoe eul labour-all dishenvel d'ober en Breiz-Veur. D'ar mare-ze, eur bagad gouezidi, ar Pikted hag ar Skoted, a oa diskennet war douar ar Vretoned hag a venne dismantr ar vro dre an tan hag ar c'hleze. Ar re-man a c'houlennas skoazel an daou eskob. Jermen a deuas da zonj d'ezan e oa bet gwechall en penn an arme. En em lakat a reas en penn ar Vretoned ha, pa gavas an tu, e tigoras ar c'hrogad gant ar gouezidi. Amzer Fask a oa; kemennet en devoa d'e dud youc'hal a-bouez penn : Alleluia, en eur zailhat war o enebourien; sentet e oe outan. Pôtred ar skod-tân hag ar skrab, spontet holl, a gemeras buhan ha buhan an tec'h. Park an emgann a oe galvet a-c'houdevez Mêz Jermen. Ac'hane, hep mar, eo deut devosion ar Vretoned evit sant Jermen. Dizro da Auxer, e talc'has gant e vue pinijennus. Bepred war evez eus ezommou e dud, setu hen adarre en hent, war-dro ar bla 444, warzu Arl, evit goulenn digant ar prefed ma vije dizammet e bobl eus eul loden eus an tailhou. E c'houlenn a oe chilaouet : den n'halle enebi outan, rak ar miraklou a goueze diouz e zaouarn stank evel ar gliz-mintin war yeoten ar prajou. Brud eus ar zant a oa en peb lec'h, ha war gresk ec'h ee bemde. Darempredet oa gant an dud a renk uhelan. Daoust da ze, e chome izel a galon evel eur c'hrouadur. Kerkent ha distro da Auxer, eus eun eil beach en doa renket ober en Breiz-Veur evit stardan al labour grêt en dro gentan, e kavas e-tal e zor, deut d'en em erbedi outan, Arvoriz Breiz-Vihan, hon c'hendadou d'imp-ni. Ar re-man a c'houlenne skoazel eneb an Alaniz a venne sailhat war o bro. Prometi a reas ar zant d'eze mont betek Valantinian III, impalaer Rom, evit o difenn, ha mont a reas en hent betek Ravenn. Eno e oe fin d'e veajou; Doue a deuas da rei d'ezan kurunen ar baradoz evit hen digoll eus e holl boan, d'an 31 a viz gouere 448. Goulennet en devoa, arôk mervel, ma vije digaset e relegou da Auxer, ha grêt a oe herve e c'houlenn. (1) Morvan pe Vorgan. da lavaret eo, den a vor, hanvet Pelaj gant ar C'hresianed hag ar Romaned. B O K E D Heman eo an hini en deus grêt treo bras dirak Doue, ha leuniet eo bet ar bed holl gant e gelennadurez. Goulenn a ra pardon evit pec'hejon an holl boblou. Heman eo an hini en deus disprijet bue ar bed-man, hag en doare-ze, eo en em gavet en rouantelez an nenv; goulenn a ra pardon evit pec'hejou an holl boblou. BREVIER ROM. Dekvet devez a viz Eost SANT LAURANS Avieler ha merzer (259) An impalaer Valerian en de voa douget eul lezen neve (258) eneb ar gristenien : «An eskibien, ar veleien hag an, avielerien a vezo laket d'ar maro kerkent ha ma vefont anavezet; ar senatourien, an noblanz hag ar varc'heien eus Rom a gollo o renk hag o madou; ha ma talc'hont d'en em zisklerian kristen goude an dra-ze, e vefont dibennet; - ar gwrage a renk uhel a vezo ive lemet digante o madou ha kaset en harlu; - servijerien an impalaer o devo anzavet bezan kristen arôk al lezen-man hag o devo dalc'het goude, a vezo ive lemet digante o madou, ha goude, chadennet ha kaset war douarou ar gouarnamant evit o labourât evel sklavourien. » Al lezen ne gomze ket eus ar bobl nag eus an dud a renk izel. An impalaer ne skoe nemet war ar penn. Gouzout a rê, pa vije diskaret ar veleien, an noblanz ha servijerien ken galloudus ar palez, petra raje goude ar bobl hep penn, heb arc'hant, heb iliz ? Ahend-all, ar bobl a oa kabestret dre eul lezen-all, douget er blavez arôk (257). « Kement-hini en dije c'hoantaet adsevel eur sosiete freuzet dre urz ar gouarnamant, pe ober asambleou, pe derc'hel da zarempredi ar berejou, a vije baroet. » Al lezen douget gant an impalaer, ha votet gant ar Senat eus Rom, a oe raktal laket en impli. Eskob Rom, ar pab Sixt, ne zaleas ket da vezan tapet epad ma oa o prezek d'an dud fidel, en bered Pretextât, ha gantan e oe paket ive ar c'houec'h avieler a oa endro d'ezan evit an ofis. Kondaonet a oe da vezan dibennet el lec'h m'oa bet tapet. Laurans, an avieler bras, ne oa ket war al lec'h pa c'hoarvezas an dra-ze. Kerkent ha ma klevas, e tiredas da lavaret kenavo d'e eskob ha d'e dad. - Tad, emezan, da belec'h ez et-c'houi heb ho mab ? C'houi, eskob, da belec'h ez et-c'houi heb hoc'h avieler ? N'oc'h ket boaz da ginnig ho sakrifis heb ho ministr ! Ha displijet am eus-me d'ec'h ? Daoust ha ma c'havet ho peus digalon eun dro bennak ? Breman eo d'ec'h gwelet ha kalonek eo an hini hoc'h eus fiziet ennan ar garg da rannan gwad ar C'hrist, hon Otrou ? - Sec'het ho taerou, ma mab, arespontas an Tad San tel, n'ho tilezan ket; brasoc'h stourmad evit ma hini a zo ouz ho kedal. Me zo koz; ar boan am bezo da c'houzanv a veza skanv; mes c'houi zo yaouank, hag eur viktor brasoc'h ha gloriusoc'h ho pezo da c'honid war hon enebourien, A-benn tri devez e heuilhfet ac'hanon. Laurans a vije gallet kregi ennan war an tol; mes ar vourrevien o devoa eur mennoz-all ha n'o devoa ket c'hoant d'hen diskuilh re abred. An neuz a rejont da vezan dall ha bouzar epad ma komze an daou zant. Sant Sixt a oe diskennet er c'hatakombou ha dibennet war ar gador m'oa bet ken alïes azezet warni evit kelenn e bobl. Pevar eus an avielerien a c'houzanvas eun hevelep maro war e lerc'h. An daou avieler-all a, oe ive merzeriet er memes devez, mes en eul lec'h-all. Goude merzerenti ar pab, an impalaer a c'hoantaas kemer kement a oa d'an Iliz. Diskaret ar penn, sosiete ar gristenien, war e veno, a oa dismantret. Rak-se, kement a oa d'ar sosiete-ze a dlee dont d'ar gouarnamant. An digare-ze n'en devoa na muioc'h na nebeutoc'h a dalvoudegez eget hini gouarnamant ar Frans, en de a hirie. Fazian 'rê; rak herve lezen Rom, ar sosieteou, ar re zoken n'o devoa, en doare ebet, etre ar gouarnamant, eur wech freuzet, a c'halle rannan etre an dud a oa enne kement o devoa; hag an treo n'hallent ket bezan rannet a dlee bezan gwerzet hag ar priz loden net etre ar sosietourien. Setu penôs e oa al lezen. Mes petra eo al lezen dirak an nerz ? Ar gouarnamant, goude laerez o madou, douar ha tïe, a falveze gantan breman kaout o arc'hant. Mes n'halle ket ober an dra-ze heb an avieler bras. An avieler kentan en devoa ar garg eus an holl vadou, ha d'ar mare-ze, etre ar gristenien gentan, kalz treo a oa boutin. Hen oa ar gouarner bras. Ar veleien, an dud fidel, an intanvezed, ar vinored, ar beorien, en eur ger, kement-hini a c'hede o bevanz diouz an Iliz, kement-hini a laboure war-dro ar berejou hag an ilizou, a oa dindannan. Rak-se, renk an avieler bras a deue dioustu goude hini ar pab, hag hen eo a gemere e blas, peurvuian, pa varve. Avieler sant Sixt oa Laurans. Espernet oa bet, hen gwelet hon deus, en esper e teuje da anzav d'ar gouarnamant pelec'h e oa madou an Iliz. Galvet dirak prefed Rom, Kornelius Sekularis, heman a roas urz d'ezan da zigeri tensoriou an Iliz ha d'o lakat etre daouarn ar gouarnamant. Ar zant a c'houlennas amzer evit ober an invantor aneze. Tri devez a oe roët d'ezan. Laurans a stagas gant al labour raktal hag a rannas etre ar gristenien ezommek kement a chome c'hoaz etre e zaouarn. Neuze e kemennas d'eze holl en em gavout d'an trede devez, dirak ti al lez-varn. D'an devez merket, Laurans, ouz e heul holl beorien Iliz Rom, tud mac'hagnet, dall, kamm, notet o izili. a yeas dispont dirak ar prefed. - Setu aman, emezan, tensoriou an Iliz; ouz o bevan hag o gwiskan, e tastumomp en nenv pinvidigez vras. Kounnaret, ar prefed a roas urz ma vije diwisket ha skoet gant skourjezou, begou houarn d'eze. Daoust d'e gorf freuzet ha d'ar gwad o poulladan dindannan, ar zant a chome laouen; ne finve nemet e vuzellou; pedi a rê e Zalver Jezuz. Ar prefed ne zigounnare ket. - Gouzout a ran, emezan, e c'hoantaez ar maro; mes ne fell ket d'in e varvfes prim; da boaniou a vezo padus. Hag e reas digas dirazan ar benviachou impliet evit bourrevi ar gristenien. Ar merzer a respontas : - C'hoantât a ret ma spontan; mes an Doue a zervijan a zo ganin; n'am eus aon ebet rak ho tourmanchou. Hag epad ma skoed warnan gant bizier, ha ma teved e gosteziou gant eun houarn ru, e pede e Zalver : « Jezuz Mab unik ar gwir Doue, grêt trugare d'ho servijer a fell d ezan anzav ho hano ha kreski ho kloar en kreiz an tourmanchou. Kredi a rê e oa o vont da vervel dindan an tôliou, hag e pede Jezuz da zigemer e ene. Mes eur vouez eus an nenv a lavaras d'ezan : « N'eo ket c'hoaz achu; stourmajou-all 'zo ouz da c'hedal. » O klevet ar vouez-ze, eur zoudard, hanvet Roman, a 'n em zisklerias kristen, hag a lavaras da Laurans : « Me wel dirazout eun den yaouank eus ar re gaeran o sec'han ar gwad eus da c'houliou; ro d'in prim ar vadeziant. » Ar zant, digaset d'ar prizon war urz ar prefed, evit m'en dije amzer da zaouri e dourmanchou, a vadezas ar zoudard. O vezan klevet an dra-ze, ar prefed a reas skourjezan ar c'hristen neve hag hen dibennan. Deut oa an noz. Daoust da ze, ar prefed a reas digas adarre Laurans dirazan : - Ma ne fell ket d'it senti pelloc'h ouz an impalaer, an noz pen-da-ben a vezo laket d'az bourrevi. Ar merzer a respontas : - N'eus mui a noz evidon, n'eus mui a denvalijen; pep tra evidon zo beuzet er sklerijen. Neuze ar prefed a reas digas eur c'hrilh houarn, a lakas astenn ar zant war ar gwele-ze hag ober tan dindannan. Ar vourrevien, gant ferc'hier, hen ---------- distroe evit, kreski al leskadurez. Laurans ne seblante santout netra : « An tân-ze, emezan, a zo evidon evel eun ezen fresk; mes c'houi a vezo devet en tân a bado da viken. » Hag en eur drei warzu ar prefed : « Ne welet-hu ket on rostet awalc'h diouz an tu-ze, grêt distrei ac'hanon... Setu ma 'z on breman poaz awalc'h; n'hoc'h eus nemet dibri.» Eun nebeut goude e lavaras : « Mil trugare d'ec'h da vezan ma c'havet dîn da vont en ho rouantelez. » War ar c'homzou-ze, e roas e ene da Zoue, d'an 10 a viz eost 259. B O K E D En gwirione, en gwirione, hen lavaran d'ec'h, ma ne varv ket ar c'hreunen winiz a goue d'an douar, e chomo hec'h-unan; mes ma varv, e tougo kalz frouez. Neb a gar e vue, ne c'hollo; hag an neb a gasa e vue er bed-man, he mi --- vit ar vue peurbadus. AVIEL SANT YAN XII. 24, 25. Unnekvet devez a viz Eost Sant Alphons Ligori Eskob ha Doktor eus an Iliz (1696-1787) Dal m'oa ganet ar c'hrouadur-man, er bla 1696, en kichen Napl, eur zant, Fransez Jirolamo, a lavaras d'e vamm : «Ar c'hrouadur-man a vevo dek vla ha pevar-ugent. Eskob a vezo, ha treo kaer a raio hed e vue evit Hon Zalver Jezuz-Krist. » Ha treo kaer a reas : prezek an Aviel d'ar beorien, krenvât an devosion d'ar Werc'hez ha d'ar zakramant meulet ra vezo eus an ôter; dispenn lavariou ar fals-doktored, frankât hent an nenv, ouspen hanter stanket gant ar Jansenisted. En kichen e gavel e kavas eun tad hag eur vamm eus ar re wellan; n'o devoa ken preder nemet da lakat Jezuz-Krist da ziwan en kalon o holl vugale. Alphons ne dremene kammed eun devez hep lavaret e chapeled, ha dirak ar Zakramant oar sur d'e gaout, mare pe vare eus an de. Abred e oe kaset d'ar skol. D'an oad a c'houezek vla, e kemeras renk e-touez an doktored war lezennou an Iliz ha war lezennou ar vro. En berr amzer e teuas da vezan unan eus brudetan advokaded Napl, hag epad dek vla e reas ar vicher-ze gant enor. Karget da zifenn kôz eun den a renk uhel, e studias e brosez gant evez epad eur miz hag, o kredi e oa ar gwir eus e goste, e tisplegas e gôz gant kement a nerz ma krede an holl e oa gonidek. Advokad ar gostezen-all ne reas nemet lakat dindan e zaoulagad eur paper ha n'en devoa ket bet a anaoudegez anezan. Ar paper-ze a ziskoueze splann ne oa ket ar gwir diouz e goste. Alphons, al lealded memes, a anzavas raktal e fazi. Mes diwar ar wech-ze e kemeras muioc'h-mui a gasoni ouz ar bed. Betek neuze, koulskoude, oa bet eur skouer evit ar yaouankiz. Bemde e veze en oferen; bep sun e veze o kovez, ha rneur a wech er zun o kommunian; bep bla e rê eur retred; mes daoust da ze, e sante an danjer a oa evit e ene o chom er bed. Kemer a reas digare eus ar pez a oa c'hoarvezet gantan el lez-varn evit chanch stad a vue. Mont a reas da iliz Tadou Itron-Varia a Drugare. Ar zakramant a oa war an ôter; Alphons, d'an daoulin dirazan, a reas al le d'en em rei holl da Zoue, hag en testeni, e stage e gleze ouz ôter ar Werc'hez. Mes n'en devoa ket c'hoaz ôtre e familh. Stourm a renkas pell. E dad ne blegas nemet en despet d'ezan; eur bla pen-da-ben e chomas hep komz ouz an den yaouank; mes an trec'h a chomas gant Alphons. Daoust d'ezan da vezan dija desket bras, e roas pevar bla-all d'ar studi, ha d'an 21 a viz kerzu 1726, e oe beleget en Napl. Diwar an devez-ze, e vue ne oe mui nemet eur brezegen peurbadus. Doue hepken a oar an niver eus an du konvertiset gantan, startaet en o fe ha kaset pell war hent ar zantelez. Goulennet a veze evit prezek en kement parouz hag en kement kouent a oa en Napl, ha leun e veze an ilizou evit e selaou : ne glaske nemet Jezuz, ha Jezuz stag ouz ar groaz. Eun devez, e dad, Jozef Ligori, o tremen dirak eun iliz ma prezege enni, a zonjas mont da glevet; Alphons a oa er gador. Poan a reas d'an tad gwelet e vab er gador, mes ne gredas ket tec'hel. En nebeut komzou, ar prezeger a lakas ar sklerijen da baran war e ene. Eun tol a skoas en e galon, ha kerkent hag achu ar zarmon, ec'h eas da gaout ar prezeger, ha goude bezan e vriataet gant teneridigez, e c'houlennas pardon digantan eus ar boan en devoa grêt d'ezan. Ar wech kentan oa da Jozef da welet e vab abaoue m'oa beleget. Alphons a beurc'hrê, er gador-govez, al labour boulc'het er gador-zarmon. Ken uhel ha ken diês e kave labour ar gador-govez, ma oe red urz an arc'heskob evit hen lakat da stagan gantan. Divent e oe ar vad a reas dre eno. Ar pez a c'hourc'hemenne d'ar re-all a rê e-unan. Ken bras oa e c'halloud war ar bec'herien baour, ma ne renkas biskoaz lezel hini da vont kuit hep bezan roët e bardon d'ezan a-beurz Doue. N'hell den niveri an dud a skouer fall a zistroas war an hent mat. Ar pinijennou a gustume rei oa : distrei da govez a-benn nebeut; kovez ha kommunian alïés; dont d'an oferen bemde ha sonjal, keit ha ma pade, en Pasion hon Zalver Jezuz-Krist; ober eur binijen gorf bennak, mes n'o gourc'hemenne ket; mont alïes da welet ar zakramant meulet ra vezo,, ha bezan devot d'ar Werc'hez. Petra n'en dije ket grêt evit silvidigez e nesan ? Tud ar mêziou a wele dizesk war ar relijion, dilezet ma oant gant o beleien. Hag e sonje en doare gwellan d'ober vad d'eze, pa deuas eul leanez da lavaret d'ezan, a-beurz Doue, e oa galvet da zevel eun Urz neve a visionerien evit kelenn an dud dizesk war o relijion. Alphons a chomas mantret; mes o vezan ne glaske nemet senti ouz Doue, en em lakas da bedi a greiz kalon evit anaout e volonte. Kerkent ha sklerijennet war an dra-ze, e stagas gant al labour. Enebiez a gavas a bep tu, zoken a-beurz e wellan mignoned; e dad hen pedas hag hen aspedas da chom en Napl; ar veleien o devoa roët o hano d'ezan evit bezan e genlabourerien, a dec'has nemet daou. Alphons ne gollas ket kalon. Mont a reas da gât an Hini a veze bepred e zikour en kreiz e holl reuziou, ar Werc'hez Vari, hag an treo a yeas war 'rôk; elec'h ar re a oa tec'het, e teuas re-all niverusoc'h. A-benn tri bla, e oa pevar diad misionerien. D'ar 25 a viz c'houevrer 1649, ar pab Beneat XIV a roas ôtre d'an Urz neve. Ar zant a zonje en dije achuet e vue e-touez ar venec'h, e vugale. Mes ar pab Klemant XIV a oa e zaoulagad warnan, hag hen hanvas da eskob en Santez-Agatha ar Gothed. Doaniet e oe e galon; skrivan reas evit refus; ar pab a c'hourc'hemennas têroc'h. « Ra vezo grêt bolonte Doue, a lavaras neuze Alphons. » Mes e anken a oe ken bras ma kouezas gwall glanv. Kerkent ha pare, ec'h eas d'e eskopti hag e stagas gant e labour. Lakat a reas urz en e gloerdiou; gourc'hemennou striz a reas d'e veleien; sevel a reas breurieziou; trei a reas ar bobl war ar zakramanchou. Bep daou vla e wele e eskopti a-bez. Goude trizek vla tremenet el labouriou tenn-ze, e roas an dilez eus e garg hag e tistroas daved e visionerien. Naontek vla ha tri-ugent en devoa er mare-ze. Bevan reas c'hoaz daouzek vla; mes ne oe ket eüus; dismeganset a oe en pep doare gant an dud, hag an drouk-spered hen heskinas kemend-all gant an tentasionou ha gant ar skrupulou. Doue a roas d'ezan erfin ar peuc'h. Mervel a reas d'an de kentan a viz eost 1787, oajet a unnek vla ha pevar-ugent. Grêt en devoa al le da chom hep koll pennad arnzer ebet; rak-se, en kreiz kemend-all a drubuilhou, e kavas amzer da zevel eleiz a levriou. Gregor XVI a lakas e hano war roll ar zent, er bla 1889, ha Pi IX hen disklerias doktor eus an Iliz. B O K E D Seul-vui m'eo sôtret eun ene, seul-vui m'eo êt don er fank, ha seul-vui e tle ar c'hovezour poanial d'hen tennan eus adre skilfou an aerouant, evit hen teuler etre divrec'h ha war galon an Otrou Doue. SANT ALPHONS. Daouzekvet devez a viz Eost SANTEZ KLARA Gwerc'hez (1194-1253) Klara a deuas er bed en Asiz, ar mousc'hoarz war he-muzellou, d'ar 16 a viz gouere 1194. Da driouec'h vla, evit senti ouz he c'henvroad sant Fransez, e roas he holl danve d'ar beorien, hag ec'h eas da iliz Itron-Varia an Ele; eno, goude ma oe troc'het he bleo, e tennas he dilhad kaer hag e wiskas dilhad a binijen. Fransez a roas d'ezi eur reolen, savet war skouer hini e venec'h, ha Klara a yeas da zigeri eur manati en kichen iliz Sant-Damian. He diou c'hoar, Agnes ha Beatrix, a deuas, gant ar re gentan, da vevan dindanni, ha prest goude he mamm Hortulana. Evelse e oe savet eil Urz sant Fransez, er bla 1212. Klara a c'houarnas he manati gant evez ha gant fumez; epad daou vla ha daou-ugent. He bue a oa awalc'h evit deski d'ar re a oa dindanni penôs bevan ervat. Evit rei d'he spered an trec'h war he c'horf, e valee diarc'hen, e kouske war eur feusken goad, hag e lake eur pilgoz kalet dindan he fenn. Epad pell amzer e tremenas tri devez ar zun, al lun, ar merc'her hag ar gwener, hep dibri tamm, hag en deveziou-all e tebre ken nebeut a dra, ma oa nec'het maro ar re-all o klask gouzout penôs e c'helle chom en he zav. Arôk ma kouezas klanv, e rê daou goaraïz er bla, diwar bara ha dour. Troet oa da rei nebeut a amzer d'ar c'housked ha kalz d'ar beden. Yun a rê derc'hent an holl goueliou bras. Pa veze dalc'het war he gwele gant ar c'hlenved, kentoc'h eget chom dibreder, e rê lienachou ôter da rei da ilizou Asiz. Ar pez a gare dreist pep tra, evel sant Fransez, oa ar baourente, ha ne fellas ket d'ezi, en doare ebet, e vije staget ouz he manatiou al leveou a ginnige d'ezi Gregor IX. Miraklou niverus ha dishenvel a vrudas e zantelez; rei a reas ar gomz da unan eus he leanezed, ar c'hleve d'eun all, hag ar yec'hed ne ouier ket da bed ha ped-all. Bun devez, ar pod-eoul a oa goullo er manati; Klara a walc'has anezan, ha pac'h ejod da gregi ennan, e kavjod anezan leun a eoul. Eun devez-all ne oa en ti nemet eun dorz vara. Klara a roas an hanter anezi d'ar paour, hag an hanter-all a lakas da greski en eun hevelep doare ma oe peadra awalc'h anezan da leinan hanter-kant leanez. Eun dro-all c'hoaz, an Turked a lakas ar seziz war Asiz, ha klask a rênt pignal en manati Klara; houman, hag a oa neuze klanv war he gwele, a reas he dougen da gichen dor he zi, hag a reas lakat dirazi klozen an hostiou konsakret. Neuze e pedas evelhen : « Na lezet ket, O ma Doue, ar re o deus fizianz ennoc'h da gouezan etre daouarn tud divade. Diwallet ho servijerezed dasprenet gant ho kwad presius.» Kerkent e oe klevet eur vouez o respont : «Me ho tiwallo bepred.» Ar re eus an Turked a oa pignet war mogeriou ar manati a oe dallet neuze, en eun tol, hag a gouezas war o fenn d'an douar, hag ar re-all a gemeras an tec'h. Klara a varvas d'an 11 a viz eost 1253, hag a oe sebeliet an de war-lerc'h, dirak Innosant IV hag eleiz a gardinaled. Daou vla hepken goude, Alexandr IV a lakas he hano e-touez ar gwerc'hezed. B O K E D Eur galon hag a gar Doue a oar gouzanv pep tra. Eur galon ha ne gar ket Doue ne oar gouzanv netra. Eur galon hag a zo en gras Doue a zo pinvidik awalc'h; hag eur galon ha n'he deus ket awalc'h gant Doue a zo re ziês da gargan. SANTEZ KLARA. Trizekvet devez a viz Eost An den eürus Yan-Vari Vianney Person Ars (1786-1859) Yan-Vadezour-Mari Vianney a deuas er bed d'an 8 a viz eost 1786, en parouz Dardilly, eskopti Lyon. E dad hag e vamm, tud a zoujanz Doue, a oa labourerïen douar. N'oa c'hoaz nemet eur c'hrouadurig, ha dija Doue a verke peseurt labour a raje divezatoc'h en kenver an eneou. Epad ma veze o tiwall e zenved, e tastume en-dro d'ezan ar vugale-all, e rê d'eze mont war o daoulin dirak skeuden ar Werc'hez hag e teske d'eze lavaret ar Rozera. - Deut da vezan brasoc'h, e heuilhas e dad d'ar park; mes en eur drei ar bommou douar, e spered hag e galon a chôme unanet gant Doue. Evit gwelloc'h diazezan ar zonjou mat en e spered, e lake dirakan, epad e labour, eur skeudennig eus ar Werc'hez. Ar gwel anezi a rê d'ezan labourât gant muioc'h a aked, hag e vreur henan a glemme dre n'halle ket, en despet d'e nerz brasoc'h, ober muioc'h eget Yan-Vari. Lavaret a rê e veze ar Werc'hez o sikour anezan. An dud yaouank, e vignoned, a zouje d'ezan; ha koulskoude e c'hourdrouze aneze gant dousder, pa zigoueze gantan klevet eur ger goloet bennak o tont eus o genou. E garante evit ar beorien a oa dispar. Kement a gave war e hent o c'houlenn aluzen a zigase da di e dad hag e rê rei d'eze da zibri hag ober tan d'o zomman. Ma o c'have dizesk war ar c'hatekiz pe war o fedennou, n'o leze da vont kuit nemet goude m'o deveze desket, da nebeutan, ar Gredo. Glanded e galon a bare war e zrernm; e zevosion d'ar Werc'hez a oa tomm-bero; alïesan m'halle e tostae ouz an dôl zantel. An holl a lavare e vije beleg. Kaset a oe eta da Ekully evit kemer kenteliou latin. Siouaz ! E spered a chôme prennet; mil boan en devoa o teski. Ne gollas ket kalon evit-se. En em lakat a reas da bedi, da yun; mont a reas da bardonan da ve Sant-Yan-Fransez Rejis, evit goulenn ar c'hras da c'hallout deski gwelloc'h, ha Doue a selaouas mouez e bedennou. Digemer a gavas er c'hloerdi bras ha, war bouez labourât kalz, e c'hallas tizout ar velegiach. Person Ekully, e gelenner kentan, hen goulennas da gure. Roët a oe d'ezan. Eun dudi oe gwelet neuze person ha kure o kerzet gant tiz war hent ar baradoz; ne ouient ket, nag an eil nag egile, pegouls o dije grêt pinijen awalc'h. Goude tri bla tremenet en Ekully, Yan-Vari a oe hanvet da berson en Ars, parouzik vihan neve staget ouz eskopti Belley. Eun êl eus an nenv eo a zigoueze ganti. Ne oa ket re abred. Ar barouz a oa en eur stad glac'harus. Ar gwirioneziou brasan eus ar fe ne oant mui, kouls lavaret, anavezet; ar zakramanchou a oa dilezet; ar zul a oa ankouaet. An iliz parouz, dre ne veze mui nemet nebeut darempredet, a oa hudur. Mes an dansou a yee endro hag an hostaleriou a veze leun bepred. Dirak eun hevelep labour, ar zant ne gollas ket kalon. Mont a reas da welet e barousianiz, an eil goude egile, ha lavaret are d'eze komzou ken entanet a garante Doue m'o lake da skuilh daerou, hag hen a ouele da gentan. --E iliz ne zaleas ket da vezan kempennet ha netaet. A nebeudou, dre e zousder ha dre e gelennadurez, e lakas an dud d'he darempredi a neve. Dre ma teue an dud d'an iliz, e tilezent an hostaleriou hag an dansou. Digas a reas ar c'hiz, evit ar re yaouank da gommunian alïes; sevel a reas breurieziou evit an holl rummou; sevel a reas eun ti-repu evit ar merc'hedigou paour ha dilezet. Evit o bevan, n'en devoa nemet providans Doue; biskoaz ne vankas netra d'eze. Kentoc'h eget mankout d'e zervijer, Doue a bourvee dre virakl. -- Eun devez, ne oa en ti nemet eun dornad bleud, peadra d'ober eur gouign. Petra vije bet eur gouign etre 80 krouadur ? An ôtrou person a c'hourc'hemennas lakat en gô an nebeudig a oa. An de war-lerc'h, pa deuas ar mare d'hen mêrat, an toaz a greskas, a greskas kement ha kement ma ne oa ket a fin da dealer dour. En berr amzer, al laouer-doaz a oe leun-chouk. Dek torz vara a ugent lur a oe grêt evel kustum. Ar memes tra a c'hoarvezas evit an ed er c'hrignol, ar gwin er c'hao, evit an arc'hant. Pep tra en em gave d'e boeut. « Moumounnet omp gant an Otrou Doue », a lavare ar zant en eur zevel e zaoulagad leun a anaoudegez vat warzu an neuv. Kredi a rê ar person santel e oa dever ar pastor mat paëan evit pec'hejou an denved fiziet ennan. Rak-se, e kreske e bedennou hag e binnijennou; -- ne roë nemet diou pe der heur bep noz d'ar c'housked, ha c'hoaz war beseurt gwele : ar plench noaz ! Alïes e chôme daou ha tri devez hep kemer tamm, ha pa deue re zempl, eun ne-beut avalou-douar, poazet pell a vije, hag eur banne dour a oa trawalc'h evitan; ma vije digaset d'ezan eur pred boued gwelloc'h, pe eur pez dilhad, pe eun tamm arc'hant, raktal e vezent kaset d'ar beorieu. Ne ouie ket pegoulz en dije kastizet awalc'h e gorf paour; eur chaden houarn hag eur gouriz reun a zalc'he endro d'ezan; daoust da ze, en em skourjeze ken kalet ma strinke ar gwad dindan an tôliou. Eur vertuz ken dispar ne oa ket evit phjout d'an drouk-spered. Klask a reas heman hen lakat da goll kalon, en eur lavaret war e gont pep seurt gevier. O welet ne c'honeze netra evelse, e klaskas hen spontan en eur drouzal endro d'e gampr, en eur strapal an dorojou, en eur stlejan anezan war leuren e gampr, en eur lakat an tan en e wele. Ar zant, eun tammig spontet da gentan, ne zaleas ket da anaout ardou an aerouant, ha ne reas mui van. Gwaperez e genvreudeur beleien ne rejont ket muioc'h. Eun devez ma oa oc'h ober eur mision en eur barouz demdost da Ars, e rejont fent gantan epad koan; ne rênt anezan nemet an hunvreer. Ar zant en em gavas eürus da vezan dismeganset. En kement-se e lavaras d'ar gwaperien : «Na vezet ket souezet ma klevet trouz en noz-man.» Hogen, en nozvez-ze, ar presbital a oe evel laket war an tu gin: ar mogeriou a grene, an dorojou a strape, ar gwer a skrije, an ti a-bez a strake evel pa vije bet warnez kouezan en e boull. An holl a oe war zav en eun tol; hag e teuas da zonj d'eze eus ar pez en devoa lavaret ar person santel. Hag i d'e gampr : - Savet buhan, emeze, an ti 'zo o vont d'an traou. - Bezet dinec'h, a respontas heman eo eur vousc'hoarzin, gouzout a ran petra eo : an diaoul adarre o c'hoari e bôtr. Et da gousket heb aon. An drouz a baouezas. Eun heur goude, eun tol kloc'h hen galve d'an iliz; eno, eur pec'her bras a oa ouz hen gedal. Ar zant a ouie, pell a oa, e teue an diaoul d'ober ar brasan freuz pa deue eur pec'her bras da drei kein d'ezan. Ar pez en devoa grêt en e barouz, ar zant a c'hoantaas hen ober er parouziou tro-war-dro. Rak-se, er blaveziou kentan, ne refuzas biskoaz rei an dorn evit ober misionou enne. Epad ar misionou, ne chenche netra eus e zoare-bevan. Ne veze gwelet nemet er gador-govez pe er gador-zarmon; mes kaer en devoa ober ha lakat an noz da astenn an de, n'halle ket kovez e holl dud. O c'houzout pegement a vad a rê ar misionou-ze, e lakas sevel fondasionou, evit harz ouz an dispignou, ouspen en kant parouz. Ar vrud eus e zantelez ne chomas ket er vro vihan-ze. An ôtrou Vianney ne zaleas ket da vezan anavezet dre ar bed holl, hag ugent vla arôk e varo, n'halle ken mont er-mêz eus e barouz, kement a dud a deue en pelerinaj evit hen gwelet. A bep tu e c'hoantaed anaout ar beleg a lenne en goueled ar c'halonou an treo kuzetan, a anaveze an amzer da zont, a sklerijenne kement hini a c'houlenne kuzul digantan, en devoa, en lez-varn ar binijen, eun dorn ken flour evit parean gouliou an dud hag eur skiant ken dispar evit o reizan war an hent mat. Lavaret o deus ar visionerien a veve gantan, n'eus bet kammed nebeutoc'h eget kant mil den er bla ouz e welet, epad an ugent via divezan eus e vue. Dont a read niverus eus ar Frans, eus holl rouauteleziou an Europ, ha zoken eus broiou pellan an Amerik. An dud-ze a c'hoantae holl tremen dre e gador-govez; alïes n'hallent ket; neuze e c'hortozent anezan war ar blasen, pe en kichen dor an iliz, evit klevet eur ger gantan, ha pa ne vije ken. Etre seitek ha triouec'h heur bemde, hep diskuiz ebet, e roë d'al labour-ze. Red oa bet d'ezan, pell a oa, kemer eur gompagnunez misionerien evit e zikour en e labour. Ar miraklou a bep seurt a ziwane dre ma tremene; mes ken izel oa a galon ma felle gantan e vije laket an holl miraklou-ze war gont e zantez karet, Philomena. Erfin, ar zoudard kalonek-man da Jezuz a gouezas war an dachen. Pell a oa, ne veve nemet dre virakl. D'ar 4 a viz eost 1859, epad ma lavare ar beleg ar c'homzou-man eus pedennou au angoni : « Ra zeuio Ele Doue d'hen diarben ha d'hen kas da balez santel an Otrou Doue », e tremenas, d'an oad a drizek vla ha tri-ugent tri miz. Pi X hen lakas war roll an dud eürus, ha ne zaleo ket, hep mar ebet, d'hen lakat war hini ar zent. B O K E D Goude Doue, n'eus tra muioc'h red evit ar beleg ! Lezet eur barouz ugent vla hep beleg : dont a rei hag e vezo adoret enni al loened. PERSON ARS. Pevarzekvet devez a viz Eost SANTEZ PHILOMENA Gwerc'hez ha merzerez (IVe kantved) Philomena a oa eur verc'hig vihan a veve en Rom, hag a skuilhas he gwad evit ar f'e, en bloaveziou kentan ar pevare kantved. He relegou a oe sebeliet en katakomb Santez-Priskilla, var hent Salaria. Pempzek kant vla goude, d'ar 24 a viz mae 1802, e oe dizoloët he be; war an ter deolen a stanke anezan e oa moullet eun heor, tri bir, eur bod palmez hag eur bod lili, gant ar geriou-man : Filumena Pax tecum : Bez en peuc'h, Philomena. En mesk an eskern e oa eur podadig gwad, dizec'het gant an amzer. Tri bla goude ar gavaden-ze, eur beleg eus Mugnano, an ôtrou Lucia, a deuas da Rom da c'houlenn relegou eur zantez bennak evit e iliz, hag an ôtrou Pouzetti, mirer ar relegou, a roas d'ezan korf santez Philomena. En eur zont d'ar gêr gant e denzor, an ôtrou Lucia a lojas en Napl, en ti eun den eus e anaoudegez, Anton Torres e hano. E bried a oa dalc'het war he gwele, daouzek vla a oa, gant eur c'hlenved ha ne oa pareans ebet evitan. Arôk mac'h eas eus he zi ar relegou santel, e oa pare mat. Pobl Mugnano a reas d'o zantez neve eun digemer eus ar re laouennan, hag a zougas he relegou war eun ôter savet a-benn-kaer evit o miret. Eiz devez goude, da c'hourreou an oferen, eur youc'haden skiltrus a lakas an iliz da dregerni; lôsket oa gant eur vamm a wele he c'hrouadur dek vla, n'en devoa ket gallet betek neuze chom war e dreid, o vont d'ar red etrezek ôter santez Philomena. Ar mirakl-ze a reas d'an dud dont niverusoc'h c'hoaz d'ar gousperou; en o zouez e oa eur wreg eus a Avella, eur verc'h vihan daou vla ganti, bet klanv gant ar wrec'h, ha chomet dall abaoue. Leun a fe, ar vamm gristen-ze a yeas da benn uhelan an iliz, betek ôter ar zantez, hag o vezan soubet he biz en eoul ar c'hleuzeur alum dirak ar relegou, e c'hlebias daoulagad he bugel; kerkent ar verc'h vihan a zigoras he daoulagad da sklerijen an de. Kement-se a zigouezas epad ma oa ar beleg er gador, hag evel m'en devoa an holl c'hoant da welet ar plac'hig pareet, ar prezeger a zavas anezi en e gichen, hag he diskouezas d'ar bobl a ouelas gant ar joa. Ar rniraklou-ze, ha re-all diniver a deuas d'o heul, a lakas hano Philomena da vezan brudet dre ar bed kristen, hag er bla 1857, war c'houlenn eskob Nol, eman Mugnano en e eskopti, Gregor XVI a roas ôtre d'ober he gouel dre an Itali a-bez. Person Ars en devoa eun devosion dener da werc'hez Mugnano, a lezhanve e zantez vihan. Gallet en devoa kaout darn eus he relegou, ha savet en devoa en e iliz eun ôter en he enor; fellout a rê d'ezan lakat an dud da devel war e zantelez, en. eur vrudan miraklou ar verzerez yaouank. B O K E D An hini ne gar ket ar groaz, a deuio a benn marteze d'en em zovetât, mes poan en devo; hezan vezo eur steredennig en oabl an nenv; an hini en devo gouzanvet ha stourmet evit an Otrou Doue, a lugerno evel eun heol kaer. PERSON ARS. Pempzekvet devez a viz Eost Gouel Maria Hanter-Eost De gouel Maria Hanter-Eost, an Iliz a deu da enori war eun dro maro ar Werc'hez, he rezureksion hag an digemer bras grêt d'ezi en nenv gant Jezuz, ar Mab Holl-C'halloudek a zigemer ar Vamm Holl-Zantel; -- ha gant ar Zent hag an Ele o tont holl da diarbenn o Rouanez. Ar Werc'hez Vari, Mamm Doue, dre m'oa bet konsevet dinam, ha dre ne oa bet biskoaz, en mare ebet eus he bue, sôtret he ene gant an disteran pec'hed, ne dlee ket mervel; rak ar maro n'eo deut er bed nemet dre ar pec'hed; ar maro eo paeamant ar pec'hed. (Rom. VI. 23). Daoust da ze, evit bezan henveloc'h ouz he Mab Jezuz ha kaout muioc'h a beurz en prenadurez an dud, he bugale, eo bet fellet ganti tremen dre eno, evel an holl. Ankenius eo ar maro, mes an anken-ze, Mari hen digemeras gant joa, rak ouspen ma kreske, en doare-ze, he henvelidigez gant he Mab, e kreske ive ar meritou a c'hallfe da rannan gant an dud deut da vezan he bugale muian-karet. He c'horf santel, dinam ha glan evel ma oa, ne dlee ket anaout breinadurez ar be. D'an de merket gant Doue ha dibabet, marvad, ganti he-unan, ar c'horf-ze, unanet adarre gant he ene ha buezet a neve, a oe savet d'ar baradoz war dioueskel an Ele. Ne bigne ket en nenv dre he galloud hag he nerz he-unan, evel ma reas he Mab, mes savet a oe dre c'halloud ha nerz Doue. Pelec'h e varvas ar Werc'hez ? --En Jeruzalem, war a gred an holl, rag he be a ziskouezer c'hoaz eno. An Ebestel, hag i a oe testou eus he maro ? - - Ya, eul loden aneze marteze, mes n'eo ket sur. Sant Per, sant Yan, sant Jakez ha sant Pôl a oa en kêr Jeruzalem, er bla 51 pe 52, evit ar c'honsil a zo hano anezan en levr « Oberou an Ebestel». Ha d'ar mare-ze eo e tremenas ar Werc'hez, mar deo gwir ar greden he doa Mari seiz pe eiz vla ha tri-ugent, pa deuas he c'harante evit he Mab da derri al liammou he stage c'hoaz ouz an douar. Ar pez, avat, zo sur ha n'hall bezan nac'het gant den, hep pec'hed marvel, eo kement-man : ar Werc'hez Vari a zo pignet en nenv korf hag ene. Biskoaz an Iliz n'he deus bet nec'hamant war an dra-ze; adalek amzer an Ebestel betek an de hirie, eo chomet ar greden-ze start ha divrall en kalonou an holl gristenien. Diazezet eo, da gentan, war lavariou an Doktored eus an holl gantvejou; ar pez a zo kredet gant an Iliz a-bez n'hall bezan nemet ar wirione; anez ze, Jezuz-Krist ne ve mui gant e Iliz; hen nac'h a vefe en en; lakat er renk tostan d'an heretiked. Diazezet eo c'hoaz : war ar renk uhel a dlee ar Werc'hez Vari kemer en palez an Dreinded, abaoue maoa bet galvet d'an enor da vezan Mamm da Zoue; war he gwerc'hded dispar; war he zantelez trec'h da hini an holl Zent hag an holl Ele; war liammou ar gwad a zo etre eur vamm hag he mab; ha war liammou ar garante a zo etreze, nerzusoc'h eget liammou ar gwad. Eur seurt Mamm n'halle ket chom war-lerc'h eur seurt Mab ! Jezuz-Krist a oa pignet en nenv korf hag ene; e Vamm, ar Werc'hez Vari, a dlee pignal en nenv, korf hag ene. Setu kelennadurez an Iliz. Rak-se, he deus savet eur gouel bras evit lidan an devez kaer-ze ma oe ar Werc'hez Vari kurunet en nenv Rouanez ar Zent hag an Ele, Rouanez ar baradoz ha Rouanez an douar. Hag ar gouel-ze a ve grêt, kouls er zav-heol hag er c'huz-heol, kouls en hanter-noz hag er c'hreiste. Abaoue ar c'houec'hvet kantved, eo merket evit ar 15 a viz eost. En bro Frans, muioc'h eget er broiou-all, e ve roët d'ezan kalz a don. Da genver an devez-ze, er bla 1638, ar roue Loeiz XIII en em westlas e-unan hag e rouantelez d'ar Werc'hez Vari, en eun hevelep doare ma c'helled lavaret goude : rouantelez Frans eo rouantelez Mari (regnum Galliœ, regnum Mariœ). Evit na vezo biken ankouaet an devez kaer-ze, an Iliz a lak ober eur prosesion bras, bep bla, en pep parouz a Frans, da ouel-Maria Hanter-Eost. B O K E D An Iliz, da genver an devez-rnan. a lak war muzellou he beleien ar beden-mari : « Pardonet. Otrou, pec'hejou ho servijerien; ha dre ma n'omp ket goest, ac'hanomp hon unan. d'ober eur vad bennak da blijout d'ec'h, ra zeuio d'irnp hon zilvidigez dre bedennou ar Werc'hez, Mamm ho Mab Jezuz. » O welet pegen uhel savet eo en nenv ar Werc'hez c'hlan, hag o welet pegen sotret eo bo pue hag ive pegen didalve, stouet a galon ha goulennet pardon. Mes na gollet kel fizianz; an Hini zo pignet en nenv eo ho Mamm, ha hounnez n'ho ankouao biken. C'houezekvet devez a viz Eost SANT ARZEL Abad (VIet kantved) En blaveziou kentan ar VIet kantved, e teuas eur bagad Bretoned eus Bro-Geumri da chom da Vro-Arvor; en o feun e oa Kerangal, kenderv Pôl-Aurelian, hag eun abad, e hano Arzel. Arzel ne reas nemet treuzi Bro-Leon; dal m'en devoa savet ar barouz a zoug e hano, ec'h eas en hent etrezek Pariz, kaset gant Wizur pe gant sant Pôl da gaout ar roue Childebert. Goude bezan bet o chom meur a vla en e lez, eur wech peurc'hrêt e gefridi gantan, e c'hoantaas dizrei da Vreiz-Izel. Mes Childebert, o c'houzout pebez anaoudegez en doa, ne oe ket jalet da welet anezan o vont eus e rouantelez, hag a roas d'ezan eun dachen douar en kichenik Roazon. Arzel a zavas eno eur manati, hag a reas eur vad dispar da eneou ha da gorfou e amezeien. Mes keit oa bet en Pariz ma oa deut da gaout kasaüs trouz ar c'hêriou, hag e pellaas diouz Roazon evit en em denn en koat Bresilian. En Loutehel, elec'h ma tiskuizas eur pennad, e lakas, war a lavarer, eun eienen gaer da darzan. Eiz leo pelloc'h, en kreiz eur vro oue, e savas e beniti, hag e c'hallas, eur pennad, tanva ar blijadur a gaver o vevan e-unan gant Doue hepken. Hepdale e welas ne oa ket ken diboblet ar vro ha m'he devoa doare da vezan; kaout a reas, a-gle hag a-zeou, en donder ar c'hoat, tiegeziou Gallaoued, en em dennet eno, eun hanter-kant vla bennak a oa, o tec'hel arôk an Alaniz hag ar Zôzon, a oa bet o tismantr an Arvor : trist oa ar bed gante; paour oant a vadou an douar, ha ken paour-all a vadou an eue. Arzel a c'honezas aneze da Jezuz-Krist. Dont a rejont neuze da chom en kichen o abostol, hag holl a-unan, en em dôljont da ziskar eur c'horniad eus koat Bresilian, d'ober douar labour. En doare-ze, Arzel, e-lec'h eur peniti hepken, a zavas adarre eur barouz neve a hanver breman Plouermel. Eus e beniti en kreiz ar c'hoat, an abad santel a yee beb an arnzer, d'ober troïou betek e vanati en lez-Roazon; n'eo ket hepken e venec'h o deveze mall d'e welet o tont davete, mes holl dud ar vro-ze a veze laouen ouz e gaout en o zouez, abalamour d'e zantelez, hep mar ebet, hag ive abalamour d'e ouiziegez war glenvejou al loened. Arzel a ranne e amzer etre an daou di-ze; koulskoude, gwellan m'en emn gave en neb lec'h oa en Bresilian, hag eno e kreder e varvas. Plouarzel, en eskopti Leon, ha Plouermel, en eskopti Gwened, o deus an enor d'e gaout da batron. SANT ROK Ober a rêr hirie ive gouel sant Rok. Ginidik oa eus a Vontpellier. O veza êt da bardonan da Rom, e tigouezas gantan tremen dre vroiou taget gant ar vosen, hag e kemeras digare ac'hane da ziskouez e garante en kenver e nesan, o chom da bleal ouz an dud klanv. Herve lavarer, e stagas ive ar c'hlenved ennan, hag o vezan ma tec'he an holl dioutan, en em dennas en eur c'hoat, elec'h ma c'houzanvas poaniou skrijus; eur c'hi a zigase bara d'ezan d'e brejou. An Otrou Doue hen pareas, en eun doare burzudus, hag e c'hellas distrei d'e vro, elec'h ma tremenas ar rest eus e vue en oberou a drugare. Mervel a reas en Montpellier, war-dro hanter ar XIVet kantved. D'ar c'houezekvet konsil-meur (1414), a vodas en Konstans, deiou a veze, ouspen 100.000 den, e krogas ar vosen en kêr. En em erbedi a rejod ouz sant Rok; e skeuden a eo douget en prosesion, hag ar c'hlenved a gouezas raktal. Adalek neuze, an devosion da zant Rok a oe brudet dre an Iliz a-bez. B O K E D Tud ar bed a ve er c'hlac'har p'o deve kroaziou, hag ar gristenien vat a ouel pa n'o deve ket. Ar c'hristen a vev en kreiz ar c'hroaziou evel ar pesk en kreiz an dour. PERSON ARS Seitekvet devez a viz Eost SANT HYASENT Eus a Urz sant Dominik (1185-1257) Hyasent a c'hanas eus kerent nobl ha kristen, en maner ar Sax, en eskopti Breslau, er bla 1185. Goude bezan grêt e studi en Krakovi, en Prag hag en pologn, a oe hanvet da chaloni en Krakovi, hag e trec'has e genvreudeur, kouls dre e zantelez evel dre e ouiziegez. Da dri bla ha tregont, o vezan et da Rom, e wiskas saë sant Dominik, hag e oe laket en penn ar venec'h a oa o vont d'ar Pologn. Sevel a reas eur manati en Friesak hag eun all en Krakovi. Eun devez ma rede ar vro, o skuilh komzou Doue a bep tu, e tigouezas war lez ar Vistul, a lip mogeriou Wisgrad. Ar stêr-ze a vire outan da dremen. Kaer en devoa sellet, ne gave ket eun den d'e dreizian; leun a fe, e reas sin ar groaz hag e kerzas war an dour. E genvreudeur ne gredent ket mont d'e heul; astenn reas neuze e vantel war ar stêr : « N'ho pezet aon ebet, bugale, emezan, deut en hano Jezuz-Krist; ar vantel-man a dalvezo d'ec'h da vag. » Senti rejont, ha treuzi rejont ar stêr hep bezan glebiet. Ar burzud-ze a oe gwelet gant eleiz a Wisgradiz, hag a zigoras hent d'e gomzou da vont betek goueled o c'halonou. Eus ar Prus hag eus ar Pomerani, sant Hyasent a yeas d'an Danemark, d'ar Sued, d'an Norvej ha d'ar Skos; ac'hane e skoas d'ar Rusi hag e tiskennas betek Konstantinopl. N'en devoa ken kambr nemet an iliz, ken gwele nemet an douar yen; derc'hent holl goueliou ar Werc'hez, goueliou an Ebestel, ha bep gwener, e yune diwar bara ha dour; e vue pen-da-ben a oa eur burzud, rak anez, penôs en dije gallet redek kemend-all a boblou dishenvel, ha ne anaveze ket o yez ? Sevel a reas eur manati da venec'h sant Dominik, en Kiow. Epad ma oa er gêr-ze, an Dartared a lukas ar seziz warnezi, hag a deuas a benn d'he gonid : eur wech mestr, ne zellent ket petra d'ober. Laerez a rênt an tie, ha devi rênt ar pez a chome war o lerc'h. Sant Hyasent a oa o lavaret e oferen, pa deujod da lavaret d'ezan an dismantr a rênt; raktal e kemeras klozen an hostiou santel hag en em lakas en hent gant e venec'h. Pa oa o tremen dirak skeuden an Itron-Varia, ar werc'hez ven a bedas anezan d'he c'has ive gantan : - Penôs, eme ar zant, e c'hellin-me bale gant eur zamm ken bras ? Ar skeuden a boueze eiz pe naoc'hant lur. - Bez fizianz, emezi, ar Zalver a zo ganit 'n ez dorn deou am lako da zont da vezan ken skanv ma n'az pezo bec'h ebet ganin. Ar zant a grogas er werc'hez ven ha, p'he dibradas, e welas ne oa ket ponneroc'h eget eur gorzen. Bale reas evelse, sammet diouz an daou du, etrezek ar Pologn. Treuzi reas an Dnieper, o kerzet war an dour evel m'hen dije grêt war ar zec'h. Evit derc'hel hano eus eur burzud ken bras, Doue a voullas e roudou war ar stêr, ha pa oe grêt enklask war e viraklou, er bla 1594, arôk lakat e hano e-touez ar zent, pevar c'hant eiz test a douas bezan gwelet ar roudou-ze gant o daoulagad o-unan, ha bezan klevet tud ar vro o lezhenvel ane « hent sant Hyasent. » Goude bezan grêt meur a gant leo gant e zamm, ar zant a 'n em gavas en Krakovi; eno ar werc'hez ven a gemeras he fouez naturel. Daou vla goude, ar manac'h santel a 'n em lakas adarre en hent. An Dartared o devoa grêt d'ezan mont eus a Giow; hen a yeas betek o bro, hag ac'hane ec'h eas d'an Thibet ha d'ar Chin. Mervel a reas de war-lerc'h gouel Maria Hanter-Eost, er bla 1257. Klemant VIII hen lakas e-touez ar zent, er bla 1594. Miret a rêr e relegou en Krakovi. B O K E D « En gwirione, m'hen lavar d'ec'h, eme Hon Zalver d'e ziskibien, ma ho pije fe kement hag eur c'hreunen zezo, c'houi a lavarfe d'ar mene-man : « Kerz ac'han du-ze, » hag ec'h afe, ha n'eus netra ha n'hallfec'h ket ober. » AVIEI, SANT VAZE XVII. 19 Triouec'hvet devez a viz Eost Santez Klara Montefalko 1268-1308 Klara a oe ganet en Montefalko, en Itali; da bevar bla, e ouie dindan envor he Fater hag he Ave Maria, ha meur a beden-all, a lavare war he daoulin, he daouarn en kroaz hag he daoulagad en nenv, gant kement a zevosion ma tenerae kement hini he gwele. Da c'houec'h vla, e kavas dor digor en eur manati a rene he c'hoar Jann; ken laouen e oe da vezan bet digemeret eno, ma yunas seiz devez dioustu evit trugarekât an Otrou Doue eus ar c'hras kaer he devoa bet digantan. Kement e kare ar sioulder, ma 'n em lakas da lavaret kant pater, diarc'hen war an erc'h, abalamour m'he devoa torret al lezen war ar poënt-se, o komz ouz he mamm. Da varo he c'hoar, e oe hanvet, en despet d'ezi, da zuperiorez, hag e oe skouer an holl vertuziou evit kement hini a vevas dindanni. Ne veve nemet diwar bara ha dour, a gemere eur wech bemde; kastizan a rê he c'horf gant eur gouriz-reun, ha bep noz en em skourjeze betek ar gwad. Bep bla, e veze gwasket gant klenvejou bras; alïes e veze skoet gant an diaoulou. Ken bras oa he c'harante evit ar beorien, ma wiskas eun niver bras aneze, ha ne deuas ket unan da skei war dor he manati hep kaout an aluzen. Doue en devoa roët d'ezi kement a anaoudegez war ar gelennadurez kristen, ma tispennas lavariou gaouiad an heretiked, hep bezan nec'het, ha ma respontas gant furnez ouz goulennou dïesan an doktored. Eleiz a gasoniou a lakas da derri, ha digas a reas ar peuc'h etre ar boblou. An devosion a oa gwriziennet dônan en he c'halon oa he devosion da Basion hon Otrou. Eun devez, Hon Zalver, kemeret gantan stumm eun tremeniad, gwisket en gwenn, eur groaz war e skoa, a voullas en he c'halon benviachou ar Basion. Lenn a rê an treo kuzetan en ene he nesan, hag hen diskouez a reas estrevit eur wech; o welet unan eus he c'hoarezed trubuilhet gant an drouk-spered, e lavaras d'ezi en em zizober eus eur pec'hed he devoa kuzet en lez-varn ar binijen. Erfin, brudet dre he vertuziou hag he miraklou, e oe galvet gant an Otrou Doue en e varadoz, de war-lerc'h gouel Maria Hanter-Eost, er bla 1308. Goude he maro, pa oe digoret he c'halon, e oe kavet ennan holl benviachou ar Basion stummet mat; o gwelet a c'heller c'hoaz ennan, en de a hirie. En he festl, e oe kavet ter voul, henvel a vent, a liou hag a-bouez, ha tra sebezuz, pa vezont laket en eur valans, diou, en eur bladen, a zo ken ponner hag unan en eur bladen-all; ter zoken, en eun tu, a zo ken ponner ha pouez unan en eun tu-all. Kernent-se a zo eur skeuden eus an Dreinded, hep mar ebet. En amzer Pi IX, e oe digoret arched Klara, ha kavet he c'horf en e bez, gwenn evel an erc'h. He hano a zo bet laket war roll ar zent, gant ar pab Leon XIK, da ouel ar Werc'hez dinam, en miz kerzu 1881. K E N T E L Doue hag a zo ken dîn da vezan karet hag en deus gourc'hemenet kement d'imp e garet, perak n'en deus roët d'imp nemet eur galon evit e garet, ha c'hoaz eur galon ken bihan ! SANT PHILIP NERI Naontekvet devez a viz Eost SANT LOEIZ Eskob Toulous (1274-1297) Loeiz, mab da Jarlez II, roue Napl ha Sisil, ha da Vari, merc'h Stephan V, roue ar Hongri, a oa niz-Ibihan, dre e dad, da zant Loeiz, roue Frans, ha niz, dre e vamm, da zantez Elisabeth ar Hongri. Ne oa c'hoaz nemet eur bugel, hag e vrasan dudi oa mont da welet an ilizou, klevet hano eus a Zoue, gourvez en harz e wele, kastizan e gorf ha rei aluzen d'ar paour. Da bevarzek vla, ec'h eas da Varselon, gant daou eus e vreudeur, da gemer plas o zad, a oa dalc'het er prizon gant Per III, roue an Aragon. Eno e chomas seiz vla. Epad an amzer-ze, daoust pegen tost e veze dalc'het d'ezan, n'en em glemmas ket eur wech; e garante evit Doue hag e nesan hag e c'hlanded a gorf hag a ene a vleunias eno, evel al lili hag ar roz e-touez an drein hag ar spern. Daou vanac'h eus a Urz sant Fransez a veze gantan dalc'h-mat, hag a gelenne anezan war ar skianchou sakr. Epad eur gwall glenved an evoe e roas e c'her da Zoue da vont en Urz sant Fransez ma roje d'ezan ar yec'hed. Ar pareans a deuas hag e chadennou a gouezas; e gentan preder a oe klask an tu da heuilh e bromese. Hogen, er mare-ze, e vreur henan a deuas da vervel; kurunen Napl a deue d'ezan dre wir; mes he rei a reas da Robert, e vreur yaouankan. Gant ôtre Bonifas VIII, eoe beleget da zaou vla warn-ugent ha hanvet raktal da eskok en Toulous. Arôk mont d'e eskopti, e tremenas dre vanati Ara-Cœli, hag e wiskas eno saë sant Fransez. Eur wech en e eskopti, ne gemeras preder gant netra, nemet gant silvidigez an eneou. An darn vihanan eus e vadou a vire evit ezommou e di, hag an darn vrasan a roë d'an ilizou ha d'ar beorien. Bemde e roë lein da bemp warn-ugent aneze, hag o serviji a rê ouz tol, gant kement a zoujanz hag en dije laket da zerviji Jezuz-Krist e-unan. Evesât a rê war an holl, ha netra n'halle e lakat da fallgaloni. Eun devez, o tremen dre ar ru en Toulous, e klevas e oa eur glanvourez o c'hedal bezan kovesaet; diskenn a reas dioustu diwar e loen evit mont da rei d'ezi an absolven. Pa deuas diouz ar gwele, ar re a oa gantan a lavaras d'ezan en devoa tapet laou : « An dra-ze, emezan, gant eur mousc'hoarz, eo perlez ar beorien. » Prezek a rê gant kement a nerz, ma c'honeze ar bec'herien, ma sklerae an heretiked ha ma konvertise ar Judevien. Lakat a reas lezennou an Iliz da vezan anavezet ha miret en e eskopti. Mervel a reas en Brigdol, en bro e gavel, d'an 19 a viz eost 1297, kurunen e drede bla warn-ugent o vleunian war e dal. War e c'houlenn, e gorf a oe sebeliet en manati Sant-Fransez Marseilh. Miraklou dispar ha diniver a c'hoarvezas e-tal e ve, ha Yan XXII a lakas e hano war roll ar zent, er bla 1317, ugent vla hepken goude e varo. E vamm a veve c'hoaz er mare-ze, hag a c'hallas pedi he mab savet war an ôter. Relegou sant Loeiz, abaoue ar bla 1423, a zo en Valans, er Spagn. B O K E D An eurvat a zall hag a vêv an ene; lakat a ra ac'hanomp da ankouat an Otrou Doue ha d'en em ankouat hon unan; gwasat ha krenvat a ra hon zechou fall; en hon spered e vag an orgouilh, hag en hon c'halon, eur garante direiz ac'hanomp hon unan. SANT LOEIZ Ugentvet devez a viz Eost SANT BERNARD Abad Klervo ha Doktor eus an Iliz (1091-1153) Bernard (1), helavaran, galloudusan, brudetan ha santelan den a vevas en daouzekvet kantved, a oe ganet er bla 1091, en kastel Feunteuniou, et Bourgogn. Ober a reas e studi gant beleien Chatilhon. Da ugent vla, e kollas e vamm. Ar gened a lintre war e dâl, ar furnez a skede en e gomzou; an holl e gare. Gant aon d'en em goll, e kimiadas diouz ar bed da dri bla warn-ugent hag en em dennas en manati Sito, gant tregont den yaouank, a oa en o zouez pevar eus e vreudeur. Pac'h eent da c'houlenn bennoz o zad, arôk mont eus ar gêr, Gien, ar mab henan, a lavaras da Nivard, ar mab yaouankan, a chome gant e c'hoar Hombelina da harpan o zad en e gozni : Kenavo, ma breur bihan Nivard, c'houi ho pezo breman hon holl vadou hag hon holl leveou. Petra, eme ar bugel, gant eur furnez dreist e oad, c'houi gemer an nenv evidoc'h, hag a lez ganin an douar? Fall e lodennet an danve. A-benn nebeut goude, ar pôtrig-ze, gant e dad, a heuilho ive roudou e vreudeur, ha Hombelina, divezatoc'h, a yelo ive da leanez. En Sito, Bernard a oa ken troët war ar yun ma oa eur binijen evitan en em lakat ouz tol pa deue heur ar prejou. Didrue oa ouz e gorf, hag anzao a rê, war e gozni, oa bet et re bell war an tu-ze, rak mar deo mat kastizan, arabad eo terri an nerz en deus roët Doue d'imp da labourât evitan. Ren a rê bue eun êl, kentoc'h eget bue eun den, ken nebeut-all a breder a gemere gant treo an douar. Da bemp bla warn-ugent, e oe kaset gant eun nebeut eus e genvreudeur da ziazezan manati Klervo (1116), ha dont a reas ken brao a benn eus e dôl, ma teuas hepdale da gaout seiz kant manac'h endro d'ezan. E c'hiz oa chom hep gourdrouz hini ebet eus ar re a oa dindannan, pa wele ne vije ket grêt a zigemer vat d'e gomzou, rak, emezan : « Pac'h a dr'oug en hini a c'hourdrouz, hag en hini a zo gourdrouzet, elec'h diluian eur guden, nemet he luian muioc'h-mui ne rêr ken. » Sevel a reas dre ar bed eiz-ugent ti eus e Urz. En Breiz hepken, e savas dek. Er bla 1129, Emengard, intanvez Alan Fergan ha mamm Konan III, duk Breiz, a 'n em reas leanez en Larre, en kichen Dijon. Bernard eo a zigemeras he le, ha goude e skrivas d'ezi ouspen eur wech, hag Ermengard eo a zigoras an hent da venec'h Klervo da zont en Breiz. En penn manati Buzai, sant Bernard a lakas Nivard, e vreur yaouankan; dont a reas d'ober tro Breiz da welet penôs ec'h ee ar bed gant e venec'h, er bla 1144 (2). Er bla war-lerc'h, Eujen III (1145-1153), eur manac'h eus Klervo, a bignas war Gador sant Per. Bernard a zavas evitan al levr De Consideratione, kaeran skrid a gouezas diouz e bluen. Ar c'heleier a 'n em gave er mare-ze eus ar zav-heol a oa glac'harus : Jeruzalem a oa prest da gouezan adarre etre daouarn ar Vuzulmaned. Eujen III a gargas abad Klervo da embann ar brezel santel. Bernard a redas ar Frans hag an Alamagn, en eur brezek d'ar rouaned ha d'ar boblou, hag en eur gas liziri d'ar re n'halle ket mont betek enne. Dont a reas a benn eus e gefridi; ne oad ket evit chom heb senti ouz eun den a gomze evel ma rê hag a oa ar rniraklou o heul e gomzou. Ar brezel eta a oe diskleriet gant ar Fransizien en Vezelai (1146), goude eur brezegen grêt gant abad Klervo. Daou-c'hant mil den, seiz-ugent mil brezellour aneze, a gemeras hent ar Palestin, renet, darn gant Loeiz VII, roue Frans, ha darn-all gant Konrad III, impalaer an Alamagn (1147). Ne zigouezas gantan nemet koll war goll. Bras e oe ar c'haonv er broiou kristen, p'en em gavas enne ar c'helou-ze; meur a hini a dôlas ar bec'h war zant Bernard; poaniet bras e oe gant an dra-ze. « Mar deo red d'an dud en em gemer ouz unan bennak goude an darvoud-ze, emezan, gwell eo o gwelet o 'n em gemer ouzin eget ouz an Otrou Doue.» Skrivan reas koulskoude eul lizer evit en em zifenn, ha lavaret a rê ennan e oa dizurziou ar groazourien ar penn-abeg eus o c'hollou. Kas a reas ive liziri kalet da bobl Rom, ne oa mui ar pab evit chom en e douez, kement a zismegans a rê d'ezan. War e dremenvan, e venec'h endro d'e wele a ouele dourek. An daerou-ze a deneraas e galon hag e ouelas : «N'ouzon ket, emezan, o sevel e zaoulagad etrezek an nenv, n'ouzon ket ouz pehini eus an diou garante-man eo mat d'in senti, pe ouz karante ma bugale am stag ouz an douar, pe ouz karante ma Doue am zenn trezek ar baradoz ». War ar geriou-ze e tremenas. Son ar c'hleier en kaonv, mesket gant pedennou an anaon kanet gant seiz kant manac'h, a lakas traouien Klervo da dregerni hag a embannas dre ar bed maro sant Bernard. An dra-ze a 'n em gave d'an ugentvet devez a viz eost 1153, da nav heur diouz ar beure. Ar zant en devoa daou vla ha tri-ugent. Daou-ugent vla a oa m'oa en em roët da Jezuz-Krist, korf hag ene, hag eiz vla ha tregont so e oa abad. Alexandr III hen lakas war roll ar zent, bla warn-ugent hepken goude e varo; Pi VIII a roas d'ezan al lezhanv a zoktor eus an Iliz. E oberou a virer c'hoaz; ouspen pemp kant gwech int bet moulet dija. (1) Darn a lavar bernez (2) Goude c varo e oe savet tri manati-all : Er bla 1170, manati Itron-Varia Karnoët, en eskopti Kerne; Er bla 1184. manati Itron-Varia Bon-Repos, eskopti Kerne; Er bla 1200. manati Itron-Varia Gernevez, eskopti Gwened. B O K E D War e dremenvan, sant Bernard a roë ar gemmennadurez-man d'e venec'h : « Tri dra zo, emezan, am eus miret gwellan' m'am eus gallet, hag e karfen ho kwelet oc'h ober eveldon : dalc'h-mat am eus bet nebeutoc'h a fizianz ennon ma-unan eget em nesan; p'on bet glazet, tram eus biskoaz klasket glazan an neb en deveze ma glazet; evez am eus laket, muian m'am eus gallet, gant aon da rei skouer fall da unan bennak. » Kentan devez warn-ugent a viz Eost Santez Janned-Franseza de Chantal Intanvez (1572-1641) Janned-Franseza Fremiot a oe ganet en Dijon, er Bourogn, d'an 28 a viz genver 1572, hag a roas en he bugaleach merkou anat eus he zantelez da zont. Eun devez, n'he devoa c'hoaz neuze nemet pemp bla koulskoude, eun dijentil protestant, o komz gant he zad, a nac'he e oa Jezuz-Krist en sakramant an Oter : « Otrou, emezi, red eo kredi eman Jezuz-Krist en sakramant an Oter, p'eo gwir en deus hen lavaret. Ma ne gredet ket ar pez en deus lavaret, e laket anezan gaouiad. » Ar protestant, souezet, a 'n em lakas da enebi outi, mes hi a yenne anezaa, ne veze ket nec'het; evit klozan an tabud, e roas d'ezi eun dornad madigou; mes hi, hep sellet oute, o stlapas dioustu en tan, en eur lavaret : « Evel-se, Otrou, e têvo an heretiked en tan an ifern, abalamour ma ne gredont ket ar pez en deus lavaret Hon Zalver.» Da maro ne mamm, en em westlas d'ar Werc'hez Vari, hag e kasas diwar he zro eur vatez hag a glaske he lakat da garet ar bed. Da ugent vla, e timezas d'eun den yaouank seiz vla warn-ugent, eur c'hristen mat hag eun den a zoare, an ôtrou de Chantal. Herri IV a c'hoantaas kaout heman en e lez; epad ma veze he fried er-mêz eus ar gêr, Janned a dôle evez war an tiegez, war ar vugale ha war ar zervijerien. Bemde, holl dud an ti a renke klevet an oferen en chapel ar maner, ha sul-gouel, en iliz parouz. Diouz an noz, e veze ar pedennou en kommun. Mat dreist oa d'ar beorien; epad kernez ar bla 1600, e tirede klaskerien-bara da doull he dor, eus a c'houec'h leo tro-war-dro, ha biskoaz an itron de Chantal ne chômas hep rei an aluzen da unan hag a c'houlenne outi eun draïg bennak en hano Jezuz-Krist. Eun devez, he gwaz a yeas d'ober eun dro chase gant eur c'henderv d'ezan, an Otrou d'Anlezy; dougen a rê eur zaë vlevek, liou ar c'haro. E vignon ne welas ket oa êt a-drek eur brouskoad, hag ouz e gemer a-bell evit eul loen goue, e tennas warnezan. An ôtrou de Chantal a oe gwall dizet; bevan reas, koulskoude, eun nebeut deveziou c'hoaz; plegan reas da volonte Doue; laouennât a reas an ôtrou d'Anlezy, prest da zizec'han war e dreid gant e c'hlac'har; pardoni reas anezan a galon vat, ha falvezout a reas gantan e vije merket an dra-ze war gaïerou ar barouz. Mervel a reas etre divrec'h e bried. Janned a c'houzanvas an tôl-ze gant nerz-kalon hag, evel eur gwir gristenez, e pardonas ar muntrer ha, zoken, evit rei d'ezan, dirak an holl, eun testeni anat eus he fardon, ec'h eas prest goude da zerc'hel e grouadur war men sakr ar vadeziant. Pevar bugel a chôme ganti : eur mab ha ter merc'h. Adalek neuze, ne zalc'has nemet eun niver bihan a zervijerien; he bevans hag he gwiskamam; a oa dister, hag he dilhad kaeran a roas d'ar beorien. An amzer a chome ganti, goude bezan evesaet ouz he ziegez, a roë d'ar beden ha d'al labour. Daoust pegement a oe grêt warnezi, biskoaz ne oe gallet lakat en he fenn addimezi. Birvidikât bemde a rê lie c'harante en kenver he nesan; lakat a rê digas d'ezi ar beorien, an emzivaded, ar glanvourien, hag e loje aneze, e louzaoue o gouliou, e walc'he hag e trese o dilhad. War ali saat Fransez a Zal, he devoa kemeret darener, e kimiadas diouz ar bed, dal m'he devoe savet he bugale, evit sevel eun Urz neve a leanezed, anavezet dindan an hano a leanezed ar Visitasion. He mab Selz, eun den yaouank pempzek vla, a vriatae anezi hag a glaske, dre e gomzou karantezus hag e zaerou puilh, miret outi da vont eus ar gêr. O welet ne rê van ebet ouz e glevet, e c'hourvezas war dreujou dor an ti, da viret outi da vont er-mêz. An itron, sebezet o welet kemend-all, a chomas da zellet ouz he mab; an daerou a deuas en he daoulagad, mes kerkent e lammas dreist e gorf, hag e redas da Annesi. Eno e tigemeras saë al leanezed digant sant Fransez a Zal, hag e reas le d'ober bepred ar pez a welje a vije ar gwellan. Erfin, goude bezan savet tïe eus he Urz a-gle hag a-zeou : goude bezan troet he leanezed war an devosion, dre he c'homzou, he skoueriou hag he skridou, e nijas warzu an Otrou Doue, d'an 13 a viz kerzu 1641. Sant Visant a Bol a welas sant Fransez a Zal o tont da diarbenn hec'h ene war dreujou ar bed-man. He c'horf a oe douget da Annesi. Beneat XIV a lakas he hano war roll an dud eürus, ha Klemant XIII, war hini ar zent. Klemant XIV eo a c'hourc'hemennas ober he gouel d'an 21 a viz eost. Santez Yuna, gwerc'hez, e ve grêt ive he gouel en de-man. C'hoar a oa d'an daou sant Envel, abaded, hag a guitaas Breiz-Veur, er VIet kantved, evit dont da chom d'an Arvorig. En kichen koajou Koat-an-Noz, e kavjont eul lec'h da blijout d'eze, hag e savjont eno tri beniti, war hed tôl an eil d'egile. Hini Yuna a 'n em gave war an douarou m'eman breman Plounevez-Moedek. Er memes lec'h he deus hirie eur chapel hag e ve grêt enni he fardon, ar zul war-lerc'h gouel ar Werc'hez hanter-eost. Monet a rêr di en pelerinaj evit al loened-korn. K E N T E L Ar bed holl a varvfe dre garante evit eun Doue ken hegarat, mac'h anavezfe pegen c'houek eo ar blijadur a danva eun ene ouz e garet. SANTEZ JANNED-FRANSEZA DE CHANTAL Eil devez warn-ugent a viz Eost SANT SYMPHORIAN Merzer (***-178) Symphorian a c'houzanvas ar verzerenti, nebeut awalc'h goude merzerien Lyon, en amzer Mark-Aurel. Eun den yaouank kristen oa, karet gant an holl abalamour d'e zanve, d'e c'hened ha d'e furnez. O chom e oa en Autun, unan eus kêriou kosan ha brudetan Bro-C'hall, hag unan ive eus ar re droëtan gant an doueou faoz. Hogen, eun devez ma touged, evel bep bla, en eur c'har kempennet a-zoare, skeuden Cybel, eleiz a dud a oa diredet da enori doueez ar Phryji. Symphorian ne gave ket mat ober evel ar re-all, hag a oe kaset dirak ar gouarner Heraklius, a c'houlennas outan perak ne felle ket d'ezan adori mamm an doueou. Ar merzer a respontas e oa kristen, ha n'halle, dre-ze, adori nemet ar gwir Doue a zo en nenv. Pa glevas ar barner e oa eus kêr hag a renk uhel, e lavaras d'ezan : « Fiziout a ret war ho renk, ha marteze n'ho peus ket a anaoudegez awalc'h eus a urziou an impalaer. » Hag e lennas aneze d'ezan, hag e c'houlennas outan petra responte. Symphorian a dalc'has da ziskouez an heug en devoa ouz an idol. Neuze Heraklius a reas e skei hag e gas d'ar prizon. Daou zevez goude, e oe digaset adarre d'al lez-varn, hag ar gouarner a lavaras d'ezan : « Bezet fur, servijet an doueou divarvel, hag ho pezo arc'hant digant ar gouarnamant hag eur garg enorus en arme. Mont a ran da lavaret lakat bleuniou war an ôter, hag e kinnigfet ezans d'an doueou, evel m'eo dleet. » Symphorian a ziskouezas dre e respont e rê fae war ar pez a ginniged d'ezan hag e tisprize relijion Cybel. Heraklius, pa wele n'halle ket dont a benn eus an den yaouank, a c'hourc'hemennas e zibennan. Ar c'helou-ze a reas da galon ar merzer yaouank tridal gant an dudi. Pa oad o kas anezan er-mêz eus kêr d'e lazan, e vamm, o welet anezan o tremen, a youc'has : « Symphorian, dalc'h sonj eus an Doue beo; kemer kalon, ma mab; arabad kaout aon rak ar maro; ar maro eo dor ar vue; sao da galon warzu an nenv; sell ouz an Hini a zo o ren er baradoz; ne lemer ket ar vue diganit, rei d'it unan gwelloc'h ne rêr ken; hirie, ma mab, ez out o kinnig deiou a dremen evit ar vue a bado da viken. » Sant Symphorian a varvas war-dro ar bla 178. B O K E D An hini, eme Hon Zalver Jezuz-Krist, a gar e dad pe e vamm muioc'h evidon, n'eo ket diouz ma doare; hag an hini ne gemer ket e groaz ha n'am heul ket, n'eo ket diouz ma doare. An neb a vir e vue ne c'hollo; hag an neb en devo kollet e vue abalamour d'in, he c'havo. AVIEL SANT VAZE X. 37, 33 Trede devez warn-ugent a viz Eost Sant Philip Beniti (***-1285) Philip a deuas er bed en Floranz, en blaveziou kentan an XIIIet kantved. Abred e gerent a zeskas d'ezan karet ar vad ha tec'hel diouz an droug. Ober a reas e studi en Pariz hag en Floranz, ha pa chomas er gêr eus ar skol, e oa eun doktor war ar vedesinerez. Pempzek vla a oa neuze 'baoue oa diazezet Urz Servijerien ar Werc'hez Vari, war mene Senario, gant seiz marc'hadour pinvidik eus a Floranz. Philip a oe digemeret en Urz neve-ze, d'an 8 a viz gwengolo 1233, beleget eun nebeut blaveziou goude, ha hanvet da jeneral er bla 1267. Da varo Klemant IV, ar gardinaled, bodet en Viterb, a c'hoantaas e lakat war Gador sant Per. Dal ma klevas an neventi-ze, en em dennas er gouelec'h, eur manac'h-all hag hen, hag e chomas eno kuzet, ken a ouezas e oa hanvet eur pab neve. Goudeze en em lakas da brezek, hag e oe klevet en Avignon, en Pariz hag en meur a gêr-all eus a Frans hag eus an Alamagn. Rei rê da anaout dre-oll an devosion da seiz glac'har ar Werc'hez. Goude bezan bet daou vla evelse war bale, en em gavas en konsil-meur Lyon; ac'hane e tizroas d'an Itali. Kaout a reas e genvroïz rannet en diou gostezen : ar « Jelphed », a-du gant ar pab, hag ar « Jibelined », a-du gant an impalaer. N'espernas netra evit o unani, ha dre e zousder hag e gomzou e teuas erfin a benn da lakat an emgleo etreze. Koulskoude, bezan en devoe kalz da c'houzanv en meur a lec'h, hag eur wech, zoken, e oe dare d'ezan bezan lazet. Evitan, eur manati ha ne heuilher ket ennan ar reolen pen-da-ben, elec'h bezan porz ar baradoz, a zo eur mor danjerus evit kement hini a zo ebarz; abalamour da ze, e poanie da zantelât e venec'h muian m'halle. Mervel a reas en Todi, en eur vriata kroaz Hon Zalver, a lezhanve e levr, d'an eizvet devez goude gouel Maria-Hanter-Eost 1285. War e ve, ar re dall a gavas ar gweled, ar re gamm ar c'herzed, ar re varo ar vue; ha Klemant X, o klevet ar vrud eus ar miraklou-ze, a lakas ane-zan e-touez ar zent, er bla 1671. B O K E D Kalon Mari a zo ken tener en hon c'henver, ma n'eo kalonou ar mammou-all, holl a-unan, nemet evel eun tamm skorn en kichen he hini. Ar wellan eus ar mammou a gastiz a-wechou he bugel, pa ra droug d'ezi; skei ra gantan, zoken, ha ne gred ket ober fall. Ar Werc'hez santel ne ra ket evelse; ken mat eo ma ne ziskouez d'imp nemet he c'harante; kammed ne deu d'hon c'hastizan. Ar Mab en deus e justis; ar Vamm n'he deus nemet he madelez. PERSON ARS. Pevare devez warn-ugent a viz Eost SANT BERTHELE Abostol Gefridi Yan-Vadezour oa digeri an hent da Zalver ar bed, hag o vezan ma ouie oa Jezuz-Krist ar Zalver-ze, e gentan preder, dal m'hen gwelas o 'n em ziskouez, a oe en em denn ha rei d'ezan e ziskibien. Eun nebeut deveziou eta goude badeziant Mab Doue, Yan hen gwelas o tremen war lez ar Jourden, hag a lavaras raktal, en eur ober sin d'e ziskibien da vont d'e heul : « Setu aze Oan Doue. » Daou aneze, Yan, mab Zebede, hag Andre, a 'n em zistagas diouz o mestr koz hag a yeas da heul Salver ar bed. Goude bezan grêt anaoudegez gantan, Andre a yeas da gerc'hat e vreur Simon da zont ive d'e gaout. An de war-lerc'h, Jezuz a gavas Philip, ha heman, goude bezan gwelet an Otrou, a redas da gas ar c'helou d'e vignon Nathanaël Berthele. E gaout a reas o tiskuizan dindan eur wezen fiez, ha marteze oc'h invori ar c'henteliou eu devoa klevet gant Yan-Vadezour, hag e lavaras d'ezan : - Kavet hon eus an hini zo komzou anezan en lezen Moyzez hag e Brofeted : Jezuz Nazareth eo, mab Jozef. - Petra, eme Nathanaël, daoust hag eun dra vat bennak a c'hell dont eus a Nazareth ? - Deus da welet, eme Philip. Hag ec'h ejont o-daou. Jezuz, pa welas Nathanaël, a lavaras : - Setu aman eur gwir vab da Israël, ha n'eus ket a wi ennan. - Penôs, eme Nathanaël, e c'hallet-hu anaout ac'hanon ? - Philip n'en devoa ket c'hoaz galvet ac'hanout; pa oas dindan ar wezen fiez, me 'm oa da welet. - Otrou, eme Nathanaël, c'houi eo Mab Doue; c'houi eo Roue Israël ! - Petra, eme Hon Zalver, abalamour ma 'm eus lavaret d'it : « Da welet am eus dindan ar wezen fiez, » e kredez ? En gortoz e c'hellez bezan da welet treo-all souezusoc'h. En gwirione, en gwirione, m'hen lavar d'ec'h, gwelet a refet an nenv digor, hag ele Doue o pignal hag o tiskenn war mab an den. Goude ar weladen gentan-ze, Berthele a oe gonezet da vat. Mont a reas gant e vestr neve da eured Kana; heuilh a reas anezan betek e varo, ha goude ma oa pignet en nenv, ec'h eas da vroiou gouesan ar zav-heol hag ec'h embannas eno ar c'helou mat. Mont a reas, zoken, betek an Indez. Rei a reas da boblou a-bez tensor ar gwir fe. Gant ar skuizder hag an enkrez, e tizroas d'an Armeni. Eno e c'honezas da Jezuz-Krist ar roue Polymius hag e bried, ha daouzek kêr c'hoaz ouspen. Kement-se a oe awalc'h evit dichadennan en e eneb kounnar beleien an doueou, ha lakat a rejont Astiajez, breur Polymius, d'e ziskroc'hennan en beo ha d'e zibennan : en doare-ze eo e c'honezas kurunen ar verzerenti. E gorf a oe sebeliet en Alban, en Armeni, el lec'h ma oa bet merzeriet. Goude-ze e oe digaset e relegou da enez Lipari, hag ac'hane da Venevent. An impalaer Othon III o digasas da Rom, hag o lakas en iliz a zoug e hano (983), elec'h m'o mirer abaoue. B O K E D Piou bennak a anzavo ac'hanon dirak an dud, eme Hon Zalver Jezuz-Krist, me n'en anzavo dirak ma Zad a zo en nenvou; mes piou bennak am nac'ho dirak an dud, me jen nac'ho dirak ma Zad a zo en nenvou. Pempvet devez warn-ugent a viz Eost SANT LOEIZ Roue Frans (1215-1270) Loeiz a oa ganet en Poissy, d'ar 25 a viz ebrel 1215. Da zaouzek vla, e kollas e dad, hag e 'vamm, ar rouanez Wenn, a c'houarnas ar vro da c'hortoz ma vije deut en oad. Ober a reas eus he mab ar zantelan hag ar gwellan den a zougas biskoaz kurunen war an douar-man. Lavaret a rê d'ezan alïes : « Ho karet a ran, hep mar ebet, kement ha ma c'hell eur vamm karet he mab ; koulskoude, gwell e vefe ganin mil gwech ho kwelet o kouezan, en harz ma zreid, maro-mik, eget ho kwelet o kouezan en eur pec'hed marvel. » Da naontek vla, e timezas da Vac'harit Provanz, hag adalek e eured e tougas bepred war e viz eur walen aour, gant an tri ger-man warni : « Doue, Frans, Mac'harit », hag ouz he diskouez e lavare a-wechou : « Ne garan netra nemet ar pez a zo er walen-ze. » Er bla 1239, Baudoin II, impalaer Konstantinopl, a roas d'ezan kurunen spern Hon Zalver. He dougen a reas diarc'hen da iliz Itron-Varia-Bariz, ha goude e savas, en he enor, ar Chapel-Zantel, kaeran pez labour men a oufed gwelet, hag a zo c'hoaz en e zav en hon amzer. O vezan kouezet klan, e reas le da vont d'an douar-Santel, ma roje Doue d'ezan ar yec'hed, da ziframman Jeruzalem eus adre daouarn an Turked divade. Parean a reas ha raktal e kemeras baniel sant Denez eus adre daouarn eskob Pariz (1248), hag e treuzas ar mor gant tri-ugent mil brezelour. Er stourmad kentan, e lakas an Turked da vont war o c'hiz, mes ar vosen a gouezas war an arme hag a zistrujaz eleiz eus e dud. Hen e-unan a oe grêt prizonier. Goude bezan en em glevet gant e enebourien, ha roët d'eze eur zamm aour, e c'hallas en em denn eus adre o daouarn, hag e reas d'e arme dizrei d'ar gêr. Mes hen e-unan a chomas pemp bla-all er Palestin ; prenan reas eleiz a gristenien digant ar baganed ha gonid a reas meur a zen divade da Jezuz-Krist ; ouspen-ze, e lakas sevel, diwar e goust, eun nebeut kêriou d'ar gristenien. En keit-ze, e vamm a zigouezas ganti mervel ; ar c'helou-ze a reas d'ezan dizrei da gemer stur ar rouantelez. Gouzout a rê anaout gwiriou an Iliz ; klask a rê he frankiz hag he gloar. Ne glaske trabas ouz den, daoust ma oa kalonek pa veze red d'ezan stourm. Astenn a reas erouantelez, ha biskoaz pobl Frans n'eo bet ken eürus evel ma oa en e amzer. Kovez a rê bep gwener, ha bep gwech, war e c'houlenn, e veze skourjezet gant e govezour ; tostât a rê ouz an dôl zantel, c'houec'h gwech er bla, da nebeutan ; bemde e kleve eun oferen pe diou, ha bemde ive e lavare e ofis evel ar veleien ; bep noz e lavare e chapeled ; aketus oa da lenn ar Skritur-Zakr ha Tadou an Iliz ; alïes ec'h ee da bardonan da Zant-Denez ; devot a oa d'an ôtrou sant Jakez, d'an ôtrou sant Denez ; d'an itron santez Jenovefa. Lavaret a rê a-wechou : « Nag eo drol an dud ; abeg a gavont ennon abalamour ma ve hirr ma fedennou, ha ne lavarfent netra ma kollfen ma amzer o c'hoari pe o chaseal. » Sevel a reas eleiz a vanatiou hag a hospitaliou evit ar beorien ; sikour a rê an dud reuzeudik ; gwelet a rê an dud klanv, ha ne veze ket awalc'h d'ezan rei aluzen d'eze, chom a rê war o zro, rei a rê dorn d'eze ; netra ne rê rukun d'ezan. Tri baour a veze bep pred ouz tol gantan ; bep merc'her ha bep gwener e veze trizek, ha betek daou-c'hant d'ar goueliou. Gwelet a rê Jezuz-Krist en peb-hini aneze. Er bla 1270, ec'h eas evit an eil gwech da stourm ouz ar Vuzulmaned. Taget a oe gant ar vosen dal ma touaras en Tunis, hag o welet e oa war e dremenvan, e roas e c'hourc'hemennou divezan d'e vab, ha goude bezan bet e zakramanchou, gourvezet war al ludu, e roas e ene d'e Grouer, d'ar 25 a viz eost 1270, en eur lavaret ar beden-man : « Introïbo in domum tuam, adorabo ad templum sanctum tuum : mont a rin en ho ti, hag oc'h adori a rin, o ma Doue, en ho templ. » E relegou a oe douget da Zant-Denez. Bonifas VIII a lakas anezan e-touez ar zent. B O K E D Ma mabig koant, kentan tra a c'hourc'hemennan d'it eo karet Doue eus da holl galon ha gouzanv mil maro kentoc'h eget kouezan en eur pec'hed marvel. Kerz alïes da govez, ha klask eur c'hovezour a gredo diskouez d'it da wall-dechou. Dalc'h ar giziou mat 'ri ez rouantelez, ha gra brezel d'ar re fall. Kar da enor ha kemer kasoni ouz pep droug, en pep lec'h. Trugareka Doue alïes eus ar vad a ra d'it. Enor ha douj da dad ha da vamm, ha mir o gourc'hemennou. Hag erfin, ma mabig ker, lak kanan oferennou hag ober pedennou dre ar rouantelez evit repoz ma ene. GOURC'HEMENNOU DIVEZAN SANT LOEIZ D'E VAB PHILIP. C'houec'hvet devez warn-ugent a viz Eost SANT ZEPHIRIN Pab (199-217) War-lerc'h sant Viktor, Zephirin a bignas war Gador sant Per, endre ma oa Septim-Sever impalaer. Ne oa ket eur spered kaer, ha ber oa e studi; mes gouzout a reas piou da zibab da rei an dorn d'ezan. E-touez ar gristenien a oe tennet diouz ar prizon, goude m'oa bet Marcia o c'houlenn o frankiz digant he fried, an impalaer Kommod, e oa unan e hano Kallist, brudet abalamour d'e spered hag abalamour d'e reuziou; Zephirin hen galvas da zont d'e gaout, ha goude bezan e veleget, hen kargas da ren ar veleien ha da c'houarn ar « vered. » Lezen ar vro a roë urz d'an dud d'en em glevet da gaout berejou etreze. Kallist a ouezas ober e vad eus al lezen-ze, hag en doare-ze e teuas an Iliz da vezan perc'hen he-unan war he madou ha war he leveou. Urz o devoa ar gristenieu da gaout berejou, mes n'o devoa urz ebet c'hoaz da gaout ilizou; kement-se zo anat pa ziskenner «en bered Kallist dindan an douar», rak ouspenn ar pazennou kaer, a-well d'an holl, a zo da ziskenn ennl, zo pazennou kuz d'ar gristenien da vont ha da zont, pa zave klask warneze. En «bered Kallist», ar gristenien, war digare mont war-dro o re varo, a 'n em vode en noz d'ober o relijion. Abalamour da ze, ar baganed a lezhanve aneze «an dud a dec'h diouz ar sklerijen». (1) Zephirin a oe ar pab a skoas an toliou gwasan war ar Vontanisted, hag an dristidigez en devoe da welet ar c'hristen bras Tertullian o trei gante. Gourc'hemenn a reas d'ar veleien en em vodan endro d'o eskibien, pa vije ar re-man oc'h oferennan; gourc'hemenn a reas ive d'an arc'heskibien chom hep dougen eur varnedigez eneb eun eskob, heb ôtre ar pab. Triouec'h vla e chomas war Gador sant Per. Kroui a reas trizek beleg, seiz avieler ha trizek eskob. Kredi rêr e varvas merzer, hep gouzout netra skler awalc'h diwar benn e varo. N'eus deut skrid ebet, kouls lavaret, betek ennomp, war ar brezel grêt gant impalaered Rom d'an lliz, en penn kentan an trede kantved. E gorf a oe sebeliet en bered Kallist. B O K E D Ar gristenien gentan a lavare d'o bourrevien : Seul-vui e falc'het ac'hanomp, ha seul niverusoc'h e savomp, rak gwad ar verzerien eo had ar gristenien. Sanguis martyrum, semen christianorum. Seizvet devez warn-ugent a viz Eost Sant Jozef Calasanz Beleg, diazezour ar skoliou a drugare (1556-1648) Jozef Galasanz a oa ganet en Petralta, er Spagn, d'an 11 a viz gwengolo 1556. Diskenn a rê eus unan eus familhou uhelan an Aragon. Diskouez a reas en e vugaleach petra vije en amzer da zont. Ne oa c'hoaz nemet eur pôtrig, hag e vode ar vugale endro d'ezan da zeski d'eze o c'hredennou hag o f'edennou. Da bemp bla warn-ugent, en eur c'hlenved a gasas anezan war dreujou ar bed-all, e lavaras da Zoue ec'h aje da veleg, ma raje d'ezan parean ; o vezan ma oe selaouet e beden, e talc'has d'e le, ha d'ar 17 a viz kerzu 1583, e oe beleget. Epad eiz vla, e labouras er C'hastilh, en Aragon hag er C'hatalogn, hag er bla 1592, ec'h eas da Rom. Eno en em droas dreist-oll war gelennadurez ar vugale ; ar rest eus e amzer a implie o pedi, o welet ar glanvourieu hag ar beorien dilezet. Kroui a reas Urz Kloareged ar skoliou a drugare, evit sevel ar vugale baour ha deski d'eze lenn ha skrivan. Souezus eo ar streuveul a gemeras hag ar boan a c'houzanvas o kas ar skoliou-ze endro. Netra n'halle e ziskar, hag an dud a lavare, o welet e nerz-kalon : « Heman a zo henvel ouz an den santel Job." Petra bennak m'oa nobl, beleg ha jeneral, ne baouezas ket eur pennad da gelenn ar vugale-ze, dreist-oll ar re baouran ; kestal rê evite; skubat rê an ti-skol war o lerc'h, ha heuilh a rê aneze betek ar gêr. Petra bennak m'oa nobl, beleg ha jeneral, ne baouezas ket eur pennad da gelenn ar vugale-ze, dreist-oll ar re baouran ; kestal rê evite; skubat rê an ti-skol war o lerc'h, ha heuilh a rê aneze betek ar gêr. Ôber a reas ar vicher-ze epad daou vla ha hanter-kant, ha gwell oa gantan he ober evit mont da arc'heskob da Vrindisi, ha kinniget d'ezan ar gador-ze. Eun devez, a greiz ma oa o pedi gant e vugale, ar Werc'hez Vari a 'n em ziskouezas dirake, hag ar Mabig Jezuz a zalc'he war he brec'h a roas d'eze e vennoz. Mervel a reas en e zaouzek vla ha pevar-ugent, d'ar 25 a viz eost 1648. Kant vla goude, e galon hag e deod a oa c'hoaz en o fez. Klemant XIII a lakas e hano war roll ar zent, d'an 12 a viz here 1766. (1) Latebrosa et lucifugax natio. Minutius Félix. B O K E D En gwirione, m'hen lavar d'ec'h, eme Hon Zalver Jezuz-Krist, ma ne chanchet ket, ha ma ne deuet ket da vezan henvel ouz ar vugale, ne deufet ket en rouantelez an nenvou. An neb en devo digemeret eur c'hrouadur bihan, em hano, en devo digemeret ac'hanon. Mes an hini en devo roët skouer fall da unan eus ar re vihan-ze a gred ennon, gwelloc'h e vije d'ezan e vefe staget ouz e c'houg unan eus ar vein milin-ze a dro an azen, hag e vefe tôlet en goueled ar mor. AVIEL SANT VAZE XVIII. 2, 6 Eizvet devez warn-ugent a viz Eost SANT AUGUSTIN Eskob Hippon ha Doktor eus an Iliz (354-430) Augustin, mab da Veronika ha da Batrik, a oa ganet en Tagast, en Numidi, er bla 354 goude donedigez Jezuz-Krist. A vihanik e oe kaset da skol e gêriaden, hag e-unan e lavar d'imp, en e skridou, e oa neuze eur bugel lorc'hus ha rok, gant ar re-all eus e oad; laer, pa veze ar c'houlz da c'hoari; lezirek, pa veze ar c'houlz da studian; gaouiad war an disteran digare. Eun tech mad en devoa evelkent : karet a rê e vamm a greiz e galon. Da drizek vla, e oe kaset da Vadaur, hag ac'hane da Garthaj, da genderc'hel e studi. En em rei a reas neuze a gorf roched d'al labour; mes gwasan a oe, en em roas ive d'an droug; da driouec'h vla e kolle e enor, ha da naontek vla en devoe eur mab a hanvas Adeodat. Ne oa ket awac'h d'ezan sôtri e galon; mont a reas betek ar penn, ha koll a reas ive e fe; en em ober a reas manichean. Da ugent vla, e teuas da zigeri skol c'hrammadeg en Tagast; e vamm, Monika, a oe rannet he c'halon pa welas petra oa deut he mab da vezan; kuzul a c'houlennas digant eun eskob o tremen, ha heman a lavaras d'ezi n'halle ket eur mab, hag a oueled hement warnan, en em goll da viken. Prest goude, Augustin a yeas eus a Dagast da Garthaj, eus a Garthaj da Rom, hag ac'hane da Vilan. Monika, intanvez eur pennadig a oa, a yeas d'ar gêr divezan-man da chiom gantan. Gallout a reas dont a benn d'e gas d'an ofisou d'an iliz ma komze enni sant Ambroaz. O klevet an eskob bras-ze, Augustin a deuas, a nebeudou, da garet ar relijion gatolik; pellât a reas dioutan ar plac'h a veve gantan hep bezan e bried; lenn a reas lizerou sant Pôl; darempredi a reas eur beleg mat eus kêr; dont a reas da welet pelec'h oa ar wirione, hag ec'h eas da gemenn d'e vamm e felle d'ezan bevan hiviziken evel eur gwir gristen. Da Zadorn-Fask 387, hen hag e vab Adeodat a oe badezet gant sant Ambroaz : tri bla ha tregont en devoa. Pa zizroas d'e vro, Valer, eskob Hippon, hen belegas. Sevel a reas eur manati, hag en em dennas ennan gant eun nebeut mignoned. Er bla 395, e oe sakret eskob hag e roas dorn da Valer; d'e varo e kemeras e garg. Stourm a reas, hep paouez, ouz an heretiked, dreist-oll ouz ar breizad Morvan; e genteliou war ar c'hras a zo dispar; e skridou, a drugare Doue, a zo deut betek ennomp. Daoust ma oa kaeran spered den a oa war an douar, e oa, koulskoude, dilorc'husan den a c'helljed da welet. Karet oa gant an holl, zoken gant an heretiked; ne oa ket evit gouzanv an drouk-prezegerez, ha grêt en devoa moullan, war voger e zal-dibri, ar c'houblad-man : Ma teuez aman, drouk-prêger, Prenn mat da veg, pe kerz d'ar gêr. Mervel a reas d'an 28 a viz eost eus ar bla 430. En de-man, e rêr ive gouel sant Elouan, pe Elocau, enoret en parouz Sant-Guen, gwechall « trev » eus Mûr. Bevan rê er vro-ze da amzer sant Judikael, roue an Domnone, da lavaret eo, er VIIet kantved. Ar prins-rnan an evoa savet penitiou da veur a ermit, en koad Bresilien, gant ma lakjent kerniadou anezan dindan douar-labour. Sant Elouan a oa unan eus an ermited-ze. Goude e varo, eur chapel a oe savet d'ezan war e ve. An Tad Maner a brezegas enni, mil vla goude, eur pennadik arôk ma oe adsavet gant an ôtrou Galerne, person Mûr. Pa oe binniget ar men kentan anezi, er bla 1656, Tad Maner a brezegas; ar bobl a oa ken niverus ma ne oa bet biskoaz gwelet kemend-all ouz e chilaou. Ac'hane eo e teu brud pardon Sant-Elouan, a zo bet pell amzer unan eus ar c'haeran pardoniou a Vreiz. Sant Elouan a zo pedet ouz an derzien. B O K E D Ah ! ma Doue ! piou oc'h-hu, ha piou on-me, ma c'hourc'hemennet d'in ho karet, ha ma am gourdrouzet eus ar brasan poaniou ma n'ho karan ket ? Hag-en zo brasoc'h poan evidon eget chom heb ho karet ? Petra 'ra ze d'ec'h-hu, pe me ho karo, pe n'ho karin ket ? Ha c'houi vezo eürusoc'h, mar ho karan ? Ha c'houi vezo nebeutoc'h eürus, ma n'ho karan ket ? O karante eus ma Doue ! C'houi fell d'ec'h ho karfen, evit am lakat eürus dre an garante am bezo evidoc'h ! Ah ! re zivezat am eus ho karet, gened bepred koz ha bepred neve ! Re zivezat am eus ho karet ! SANT AUGUSTIN. Navet devez warn-ugent a viz Eost Sant Yan Dibenn-Eost Er c'houec'hvet blavez warn-ugent goude donedigez Hon Zalver, e oa neventi vras en Bro-Israel. Eun den a oa deut da chiom da Vethani, war lez ar Jourden; seiz vla warn-ugent en devoa; Yan oa e hano. N'en devoa evit en em wiskan nemet eur zaë bleo kanval hag eur gouriz ler; evit terri e zec'hed, nemet evachou ha ne oant ket goest da vêvi; evit terri e naon, nemet kilheien-raden ha mel goue, hag embann a rê ar binijen. «Grêt pinijen, emezan, rak rouantelez an nenv a zo tost. » A verniou e tirede an dud d'e gaout, ha pa anzavent o fec'hejou, e vadeze aneze en dour ar stêr. O welet kalz Pharizianed ha kalz Saduseaned — ôtrone vras an amzer-ze, — o tont d'e gaout, Yan a lavare d'eze : « Gouenn aered, piou en deus desket d'ec'h-hu tec'hel rôk ar vuhanegez a dosta ! Grêt eta frouez dereat a binijen, ha ne leveret ket ennoc'h hoc'h-unan : « Ni hon deus Abraham evit tad », rak me a lavar d'ec'h : Doue a c'hall lakat da zevel eus ar vein-ze bugale da Abraham. A-vreman ar vouc'hal a zo laket war gwrizien ar veen. Rak kement gween ne zoug ket a frouez mat a vezo troc'het ha stlapet en tan. » Dizamant ouz an dud uhel, Yan a oa hegarat ouz an dud izel. Ar bobl a c'houlenne outan : « Petra refomp-ni eta ? » Hag hen a responte : « An hini en deus diou zaë, rei unan d'an hini n'en deus ket, hag an hini en deus boed, ober ar mêmes tra. » Da bôtred an tailhou e lavare : « N'et ket en tu-all d'ar pez a zo merket d'ec'h. » Ha d'ar zoudarded : « Na wasket den ebet; na ret ket a c'haou; kredet ho peus awalc'h gant ho pae. » Ar vrud eus eur gelennadurez ken neve a yeas dre-oll, ha meur a hini a gredas e oa ar C'hrist. Evit miret oute da fazian war gement-se, Yan a lavare : « Me a ro d'ec'h, gant dour, badeziant ar binijen, mes an hini a deuio war ma lerc'h a zo krenvoc'h evidon; n'on ket din da zougen e votou na da zilasan aneze; hen a vadezo ac'hanoc'h er Spered-Santel hag en tân. » Hogen, en deveziou-ze, Jezuz a deuas eus Nazareth, er Galile, d'ar Jourden, evit bezan badezet en dour ar stêr. Yan ne oa ket jalet d'hen ober : « Me, emezan, a dle bezan badezet ganec'h, ha c'houi a deu davedon ! » Jezuz a respontas d'ezan : « Gra evel ma lavaran, rak red eo e peurafemp evelse pep gourc'hemen. » Neuze Yan ne enebas rnui. Kerkent ha ma oe badezet, Jezuz a zavas eus an dour hag a 'n em lakas da bedi. Neuze an nenvou a zigoras ha Yan a welas ar Spered-Santel o tiskenn, dindan furm eur goulm, hag o chom 'us d'ar C'hrist. Eur vouez a deuas eus an nenv hag a lavare : « C'houi eo ma Mab muian-karet; ennoc'h am eus laket ma holl dudi. » Jezuz a oa o ren e dregontvet bla. Eun nebeut deveziou goude, e tistroas d'ar stêr, ha Yan, o welet anezan a-ziabell, a lavaras a vouez uhel d'e ziskibien : « Setu a-hont Oan Doue; setu a-hont an hini a lem pec'hejou ar bed : Ecce agnus Dei, ecce qui tollit peccata mundi », hag e reas sin d'eze d'en em stagan ouz Salver ar bed : « Hennez, emezan, a dle kreski, ha me bihanât ». Ar re-man a yeas, an eil goude egile, da heul Mab Doue. Kefridi Yan a oa peurc'hrêt; digoret en devoa hent d'an Otrou; ne chome gantan netra ken d'ober nemet en em denn. Er mare-ze, Herodez, roue ar Galile, a roë skouer fall endro d'ezan, o terc'hel gantan Herodiadez, pried e vreur Philip. Ar Badezour a yeas da gaout ar roue hag a lavaras d'ezan : « Pec'hed hoc'h eus o vevan evelse gant ho c'hoar-gaer. » Herodez, elec'h e selaou, a c'hourc'hemennas e deurel er prizon. Hogen, eun nebeut deveziou goude, Herodez a roas eul lein vras da dud e lez ha da bennou brasan ar Galile. Merc'h Herodiadez a zansas epad ar pred, hag a blijas kement d'ar roue, ma lavaras d'ezi : « Goulennet diganin ar pez a gerfet ha me hen roio d'ec'h, ha pa vefe, zoken, an hanter eus ma rouantelei. » Hag e touas war e le e talc'hje mat d'e c'her. Ar verc'h a yeas neuze er-mêz eus ar zal da gaout he mamm. - Ma mamm, emezi, petra c'houlennin ? Hag he mamm d'ezi kerkent : - Goulenn penn Yan-Vadezour. Ar verc'h a zistroas d'ar zal hag a lavaras da Herodez : - Me c'houlenn ma vezo roët d'in aman dioustu penn Yan-Vadezour, war eur plad. Ar goulen-man a reas kalz poan d'ar roue; koulskoude, abalamour m'en devoa touet war e le a raje ar pez a vije goulennet digantan, e kasas tud raktal da zibennan Yan-Vadezour en e brizon. Ar penn a oe digaset d'ar zal, war eur plad, ha roët d'ar verc'h yaouank, ha houman a redas da ziskouez anezan d'he mamm. B O K E D An Tad a gar ar Mab, ha laket en deus pep tra etre e zaouarn. An hini a gred er Mab en deus ar vue peurbadus; an hini ne gred ket er Mab ne welo ket ar vue, mes buhanegez Doue a chom warnezan». KOMZ DIVEZAN SANT YAN. Tregontvet devez a viz Eost Santez Roza Lima Gwerc'hez (1586-1617) Ar zantez-man, kentan bleunien a zantelez a gutuilhas an Iliz en Amerik Izelan, da lakat war he ôteriou, a c'hanas a gerent kristen, en Lima, er bla 1586; d'he badeziant e oe hanvet Izabel, mes goude e oe lezhanvet Roza, abalamour d'he gened, hag al lezhano-ze oe dalc'het warni. Da bemp bla, e reas le da viret bepred he gwerc'hded; êt muioc'h war an oad, gant aon na raje he c'herent d'ezi dimezi, e troc'has en kuz he fennad bleo melen. Souezus eo klevet hano eus ar yuniou a rê : epad ar c'hoaraïz ne zebre nemet had oranjez, ha d'ar gwener, zoken, ne gemere nemet pemp haden, en enor da bemp gouli Hn Zalver. He c'herent a gouezas en dienez; mont a reas neuze da zerviji, hag o labourât noz-de e c'honeze bara d'eze. Divezatoc'h e kemeras saë Trede-Urz sant Dominik; dindan, e touge eun hiviz reun kalet, broudou bihan enni. Dindan he voual, e touge noz-de eur gurunen houarn, enni ive broudou stank a zanke en he fenn. Evit ober evel santez Katel a Zienn, e kemeras eur chaden houarn war alc'houe, ha goude bezan grêt ter dro ganti endro d'he c'horf, e stlapas an alc'houe er stêr, evit n'hallje biken ken en em dichadenni. Ober a reas eur gwele gant brankou kalet, hag an toullou goullo etreze a stanke gant tammou podou torret. Savet he devoa he feniti en eur c'horn eus al liorz, hag eno e prederie war dreo an nenv, e skourjeze he c'horf, hag e trec'he an drouk-spered. Epad pempzek vla, e oe heskinet gant gwaperez he nesan, ha gant sec'horiou he ene. Doue a felle d'ezan kement-se evit kreski he zantelez. Roza a lavare alïes; « Oh ! Otrou, kresket ma foaniou, gant ma kreskfet, er memes amzer, ar garante am eus evidoc'h. » Erfin, al levenez a deuas a neve en he ene, ha Jezuz-Krist a deurvezas lavaret d'ezi eun devez : « Rozen ma c'halon, bez ma fried. » Ar maro a deuas d'he lakat etre daouarn he muian-karet, d'ar 24 a viz eost 1617; e oa o ren he c'hentan bla ha tregont. Miraklou diniver a c'hoarvezas war he be, ha Klemant X he lakas e-touez ar zent, er bla 1671, hag a c'hourc'hemennas ober he gouel d'an 30 a viz eost. B O K E D Red eo kaout evit Doue kalon eur bugel; evit an nesan, kalon eur vamm, hag evit au nen e-unan, kalon eur barner. SANT PASKAL. Kentan devez ha tregont a viz Eost Sant Raymond Nonnat 1204-1240 Raymond, lezhanvet Nonnatus, (1) abalamour ne welas an de nemet goude maro e vamm, a deuas er bed en Portel, eskopti Urgel, er C'hatalogn. E dud, daoust ma oant nobl, o devoa nebeut awalc'h a zanve. A vihanik e roas merkou anat eus e zantelez da zont, oc'h ober fae war c'hoariou ha war lorc'haj ar bed. En em drei a reas kement war an devosion, ma weled ennan, daoust ne oa c'hoaz nemet eur bugel, vertu eun den bras. Goude m'en devoa grêt e studi, e dad, o welet en devoa c'hoant da vont da veleg, a gasas anezan war armêez da ziwall al loened, evit gwelet hag-en a c'hallje tennan ar zorc'hen-ze eus e benn. Ar mesaër yaouank a yee alïes da chapel Sant-Nikolas, da welet skeuden ar Werc'hez a enorer eno, hag e c'houlenne digant Mamm Doue e gemer e-touez he bugale ha deski d'ezan hent ar zilvidigez ha skiant ar zent. Ar Werc'hez a selaouas e bedennou hag a roas d'ezan da anaout e vije laouen ouz e welet o vont da c'houlenn digemer en Urz Itron-Varia-Drugare, neve savet. Raktal ec'h eas da Varselon hag e wiskas saë ar venec'h. Miret a reas e werc'hded epad e vue; skedi a reas dre an holl vertuziou-all, dreist-oll, dre e garante en kenver ar gristenien kouezet etre daouarn ar vorianed. Kaset a oe d'o frenan d'an Afrik. Diframman reas eleiz eus ar prizon, ha pa ne chome gwenneg ebet gantan ken, en em roas e-unan evit e vreudeur truezusan o doare. Mes o vezan m'en devoa gonezet, dre e brezegennou, meur a vuzulman da Jezuz-Krist, ar vorianed a stlapas anezan en eur prizon enk ha lous, a doullas e vuzellou hag a alc'houezas d'ezan e c'henou. Chom a reas er stad reuzeudik-se, eiz miz dioustu, ken e teuas e genvreudeur da zigas arc'hant d'ar Vuzulmaned evit rei d'ezan e frankiz. Dont a reas neuze d'ar Spagn; e zantelez a oe brudet a-gle hag a-zeou, ha Gregor IX a grouas anezan kardinal. An enor-ze ne reas d'ezan dilezel nag e zilhad-manac'h, nag e zoare-bevan. Gwell oe gantan chom en e beniti evit mont da vevan er palez kinniget d'ezan. Ar pab a c'hoantaas hen gwelet hag hen galvas da Rom. En em lakat a reas en hent, mes a-vec'h m'oa en em gavet en Kardona ma kouezas gwall-glanv; goulenn a reas raktal e zakramanchou, ha mervel a reas d'ar zul, de divezan a viz eost 1240, d'an oad a c'houec'h vla ha tregont. E gorf a oe sebeliet en chapel Sant-Nikolas, elec'h ma veze o pedi ar Werc'hez en e yaouankiz. Per Nolask a reas sevel eno eur manati eus e Urz, er bla 1255. Ennan e virer bepred relegou Raymond, hag eus ar C'hatalogn a-bez e teuer di d'e bedi. Alexandr VII a lakas e hano war roll ar zent, er bla 1657. (1) Ger latin hag a zinifi : n'eo ket ganet. B O K E D Goude ma teufe eun den da rei tensoriou diniver d'ar beorien, ne rafe ket tost kenkouls tra hag an hini a ro an dorn d'eun ene da vont d'ar baradoz. An aluzen-ze a dalv ouspendek milskoed, a dalv ouspen ar bed holl, daoust pegen bras eo da welet, rak eun den e-unan a zo presiusoc'h eget ar bed en e bez. SANT YAN KRYSOSTOM. Miz Gwengolo ILIZOU, TOURIOU, KALVARIOU Ar fe birvidik a rê d'ar Vretoned kerzet gwechall, muioc'h c'hoaz eget breman, eus an en pelerinaj d'egile, a reas d'eze ive sevel dre-oll, war o douar, peziou-labour, da zigas da zonj d'eze eus a Zoue hag eus o Zent. Eur c'hristen mat a blij d'ezan kât, en e di, sheudennou, tôlennou, d'ober d'ezan trei e spered hag e galon warzu Doue; ti hon tadou kristen, Breiz-Izel, a zo ennan ive a bep seurt tôlennou er giz-ze; ar re-ze eo an ilizou, an touriou, ar chapeliou, ar c'halvariou. N'e ket hep rêzon ma teue pelerined war o zro; en bro ebet war an douar, n'he deus tôlet ar relijion kement a frouez, krouet kement a dreo kaer; marellet eo hon bro, a bep tu, gant, ar bleuniou burzudus kouezet eus he dorn. Ar fe a dougfe ar meneziou, a lavar an Aviel; an dra-ze a zo c'hoarvezet en Breiz-Izel; meneziou mein a-bez a zo bet toullet, diskolpet, labouret, kizellet, dantelezet, douget dre bevar c'horn ar vro ha laket da gomz ha da ganan, da ganan, gant pep seurt mouez, meuleudiou an Otrou Doue. Rak e-touez ken lies a hini, ne gaver ket, kouls lavaret, diou iliz, diou chapel, diou groaz hag a vefe henvel an eil ouz eben : ar fe, mar oa birvidik, a oa ijinus ive hag ampart. Kaerat baleaden d'ober en Breiz, evît ar c'hristen hag ar barz, d'ar c'houlziou-ze, (dreist-oll er XVet kantved.) ma vije klevet trouz laouen ar morzol ken dudius ha mouez an delen, o tistôn dre ar bourkiou, ar c'hroaz-henchou, ha gwelet o sevel en êr burzudou seurt gant ar C'hreisker, roue an touriou uhel, ilizou seurt gant re Kemper-Korantin, Kastel-Pôl, ar Folgoat, Sant-Yan-ar-Biz, Ploermel. Gwened, Kernaskleden, Lambal, Gwengamp, Landreger, Bulat, ha halz a re-all; ilizou bihannoc'h ha chapeliou seurt gant Goulven, Tremaouezan, Plougonven, Guimiliau, St-Thegonnek, Pleyben, gant e dri dour, Berven, Kerfons, gant o jubeou, St-Servez, St-Fiakr..... Nag ar c'halvariou ? Plougastel, ar c'haeran, St-Thegonnek, St-Venek, Kilinen. Guimiliau. Pleiben, Lampaul-Guimiliau, Nizon, Tronoen. Guiskriff, Guehenno, Dineault, Gouezek, Melrand, Kleden-Poher, Ploeven, St-Segal, Braspartz, Plougonven, Fouesnant, Kergrist-Moellou. distrujet, siouaz, Gurunhuel, Laruen, Bulat, na ped ha ped-all ? Kaer eo an holl voueziou a zav, 'baoue an amzeriou pell, diwar c'horre douar Breiz-Izel, da gelenn pe da didui ar Breizad; mes c'houekan hini zo eo mouez an ilizou, ar chapeliou. an touriou, ar c'halvariou : etreze holl e tistagont eur c'hantik ken flour, ken santel, ma 'n eus ket e bar, nemet hini ar Baradoz a vefe, ha ma fellfe pluen eun êl evit e skrivan. Kentan devez a viz Gwengolo SANT JILI Abad (650-720) Jili a deuas er bed en kêr Athen, war-dro ar bla 650. E gerent a oa a ligne uhel, eus a ligne ar rouane zoken, war a leverer. Lakat a rejont rei d'o mab deskadurez war an holl skianchou. Athen, d'ar mare-ze, oa c'hoaz ar gêr vrudet ha darempredet evit he skoliou bras. Mes ouspen skianchou ar bed a rojont d'ezan. Kristenien oant eus an dibab, ha falvezout a reas gante lakat en kalon o mab ar c'hoant da vezan evelte. Nag a vugale a vije sent, ma kemerje o zud preder da lakat da ziwan en o c'halon eur c'hoant evel hennez. War skiant ar zent, Jili a reas kammejou brasoc'h c'hoaz eget war skianchou ar bed. E-touez an holl vertuziou a vleunias en e ene, an hini a gemeras ar penn kentan a oe an izelded a galon. Mes Doue a 'n em blij o uhelat an dud a fell d'eze en em izelât. Eun devez mac'h ee an den yaouank d'an iliz, e kavas war e hent, o c'houlenn an aluzen, eur paour kez hanter-noaz ha dare da vervel, rak klanv bras oa. Leun a drue, Jili a ziwisk e vantel hag he lak war diouskoa ar c'hlanvour; kerkent, heman a 'n em gavas pare. Jili a welas, dre eno, pegement e plij an aluzen da Zoue; rak-se, da varo e gerent, e rannas etre ar beorien ar madou bras a oa deut digante. Miraklou-all o vezan laket daoulagad an dud da baran re warnan e sonjas tec'hel diouz e vro gant aon rak ar meuleudiou. Pignal a reas war eul lestr a yee da Vro-C'hall. Eur barr-amzer spontus a zavas, hag a vennas he c'has da goll. Jili, dre drue ouz an dremenidi, a bedas Doue hag ar mor a sioulaas. En Marseilh e touaras, mes ne chômas ket eno; mont, a reas pelloc'h en douar, warzu kêr Arl. Burzudou a reas adarre eno, ha brud a zavas aneze; an den yaouank a oe mall gantan pellât ha mont d'en em guz en eul lec'h goue, en traouien ar stêr Gard. Eno e kavas eur c'henvroad, e hano Veredem, o chom en eun toull en douar, demdost da Gollias. An toull kuz-ze a weler c'hoaz hirie, hag a zo darempredet kalz gant ar bardonerien. Jili ne zaleas ket da anaout santelez e genvroad. Er skol en em lakas gantan, ha gantan e teskas an doare d'ober ar beden a galon ha da chom bepred unanet gant Doue. An eil egile en em gennerzent hag en em zikourent da zevel uheloc'h bepred en skeul ar zantelez. Eus ar c'heriadennou tro-war-dro, an dud a deue da c'houlenn kuzul digante, d'en em erbedi d'o fedennou ha da glask pareanz eus o c'hlenvejou. Dibôt oa d'eze koll o foan, rak ar burzudou brasan a c'hoarveze dre nerz pedennou an daou zant. Jili a lavare bepred n'en devoa peurz ebet er miraklou a zigoueze, hag e oa pedennou e genvreur eo a denne eus an nenv madelezou an Otrou Doue. Eun devez, Veredem ne oa ket war al lec'h, pa oe digaset eun den klanv d'an ermitach. Jili a c'hoantaas e gas d'ar gêr, o lavaret ne oa nemet eur pec'her paour ha n'helle netra evitan; ar goueriaded deut gant ar c'hlanvour a zisklerias krenn n'ajent ket kuit nemet p'o dije bet o mennad. Jili a bedas an Otrou Doue da evesât ouz fe an dud-ze, hag ar c'hlanvour a 'n em gavas pare. Aon a grogas adarre en den santel rak meuleudiou an dud. Daoust d'e garante evit e genvreur, e tec'has kuit, hag ec'h eas da chom c'houec'h pe seiz leo ac'hane, en eun draouien goloët a goajou hag a strouez, hanvet traouien Flavius. En skol Veredem, Jili en devoa desket bale anezan e-unan war hent ar baradoz, hep riskl da vezan touellet gant an drouk-spered. Kreski reas c'hoas e bedennou hag e binijennou. N'en devoa ken bevanz nemet lez eur c'havrez. Eun devez, mestr ar vro, Flavius Wamba, a oa deut da chaseal d'ar c'hoad; ar chas a zibouchas ar c'havrez a vage ar zant. Houman, goude kant ha kant tro, skuiz-maro ha warnez bezan tapet, a skoas warzu lochen ar zant, evel evit goulenn skoazel. O klevet youc'h ar chaseourien, tourni ar chas ha klemmou ar c'havrez, Jili a deuas er-mêz eus e biniti. Raktal e welas an danjer ma oa e loenig koant, hag en em dôlas dirazan evit e ziwall diouz ar birou. Siouaz, unan eus ar chaseourien a oe kri awalc'h evit tennan bepred. Ar bir a dreuzas dorn an ermit. Flavius Wamba a oa ive war al lec'h. Ar zantelez moullet war drem Jili a skoas eun tol en e galon. Dizrei a reas an de war-lerc'h evit e welet; lakat a reas troc'han ar strouez a ziwalle e lochen. Ouz e welet neuze leun a zousder, en despet d'e boan, en em strinkas d'e dreid evit goulenn pardon. C'hoantât a reas louzaoui ar gouli, mes ar zant ne lezas ober netra. Gouzout a rê eo en kreiz ar boan e teu ar vertu da gemer he brasan lufr. Eus bue sant Jili, n'eus netra anavezetoc'h eget ar skoazel a roas d'ar c'havrez. Ar bobl en deus gwelet eno ar merk eus ar skoazel ne deus bet roët bepred an Iliz d'an dud dister, eneb d'an dud galloudus, d'an dud dinoaz eneb d'ar re o gwall-gas. Flavius Wamba a dalc'has da zont alïes da welet an ermit santel. Ober a reas d'ezan donezonou eus ar re gaeran. Biskoaz ne falvezas da Jili digemer netra evitan e-unan. E lezel a reas hepken da zevel eur manati, evit ma vije ennan kanet meuleudiou an Otrou Doue, hed-a-hed ar c'hantvejou. Kalz menec'h ne zalejont ket da zont d'en em lakat dindan urz eun tad ken mat ha ken santel. Dous ha start, eveziant ha leun a fumez, eur skouer beo oa evit e.holl venec'h. Goude bezan bet en Rom o c'houlenn bennoz ar pab evit e vanati, ar pez a on ôtreet d'ezan, dre eul lizer skrivet d'ar 26 a viz ebrel 685; goude bezan bet kalz da c'houzanv eus a-beurz ar Vuzulmaned, goude bezan bet eur rener leun a fumez evit Charlez-Martel, e varvas en peuc'h, war-dro ar bla 720. Sant Jili a zo patron diou barouz eus eskopti Sant-Brieg ha Landreger, Sant-Jili-Plijo ha Sant-Jili-ar-C'hoad. Eo Sant-Jili-Plijo, an eus eur pelerinaj darempredet a-bell, dreist-oll de e bardon bras, ar zul kentan a viz gwengolo, hag ive de e bardon bihan, ar bempvet sul goude Pask. Pedet eo eneb d'an drouk-sant, d'an tân-gwall ha d'ar spont; e c'halloud a zo 'n em diskouezet, meur a wech, d'an dud kez skoet gant ar c'hlenved pe gant gwalen an tan; ar vugaligou gwestlet d'ezan a ve ive diwallet gantan diouz pep spont. Lavaromp d'ezan, gant parousianiz Sant-Jili-ar-C'hoad : Reit ho pennoz d'al labourer ' Vir sul ha gouel, 'vel ma tleer ; A bep droug diwallet e dud, E drevad hag e loened mud. B O K E D Ar preder a gemer ar gerent evit sevel o buale ne ve kammed poan gollet. An izelded a galon a blij da Zoue muioc'h evit vertu-all ebet. An dousder a c'hone kalonou an dud. C'hoant am befe da lavaret e c'hone ive hini al loened mut. Eil devez a viz Gwengolo SANT STEPHAN Roue hag abostol ar Hongri (977-1038) Pen em gavas da vezan laket en penn ar Hongri, da varo an duk Geiza, e dad (997), Stephan a gavas e vro digristen c'hoaz, kouls lavaret holl. Kentan tra a reas a oe en em glevet mat gant ar brinsed, e amezeien. Goude-ze en em lakas da drei e zujidi war ar relijion gristen; mes darn aneze, ha ne garent ket trei kein d'o doueou, a 'n em zavas en e eneb. Stephan, goude bezan en em erbedet ouz sant Martin hag ouz sant Jorj, a yeas d'ar brezel hag a drec'has war e enebourien gant eun arme kalz bihanoc'h eget o hini. Evit trugarekât Doue da vezan roët d'ezan ar gonid, e lakas sevel eur manati en enor d'an ôtrou sant Martin, hag e c'halvas beleien ha menec'h eus an Alamagn da zont da hadan ar gwir fe en pep korn eus ar Hongri. Rannan reas e zukach en dek eskopti, gant Strigonium da arc'heskopti, ha kas a reas eskob Koloctz da Rom, da rei anaoudegez da Zylvestr II, a oa neuze war Gador sant Per, eus kement a oa bet grêt, ha da c'houlenn ôtre evitan da zougen al lezhanv a roue. Ar pab a respontas en eur gas d'ezan ar gurunen a roue, evitan hag evit ar re o dije e garg war e lerc'h, hag ar groaz a abostol, gant galloud da lakat ne dougen dirazan, abalamour d'an aked en devoa da brezek ar fe en e rouantelez. Pa glevas Stephan e oa e gannad o tizrei, ec'h eas d'hen diarben, hag e chomas en e zav ha diskabel, epad ma lenne d'ezan lizer ar pab. Eskob Koloctz hen sakras roue, er blavez 1000. Prest goude, e konsakras e rouantelez a-bez d'ar Werc'hez Vari, hag e lakas e zujidi d'ober Hon Itron eus Mamm Doue, bep gwech ma komzjent anezi, ha da blegan o fenn hag o glin, bep gwech ma lavarjent an hano-ze. Lakat a reas ive sevel, en Alban, eun iliz eus ar re binvidikan en enor da batronez e vro, hag en iliz-ze eo e ve sakret ha sebeliet, abaoue, holl bennou kurunet ar Hongri. Manatiou hag ilizou a zavas ive en Rom, en Jeruzalem hag en Konstantinopl. E garante evit ar beorien, an intanvezed hag an emzivaded a oa dispar. Den n'ee diwar e dro, na tenval e benn, na goullo e zaouarn. Alïes awalc'h, p'en deveze eur goulenn bras bennak d'ober ouz an Otrou Doue, e lake rei aluzen, en e hano, d'an holl dud ezommek eus e rouantelez. An nozveziou arôk ma tlee kommunian a dremene en iliz o pedi, hag e bedennou a veze ken c'houek, ma oe gwelet, eun devez, an Ele ouz e zibradan diouz an douar, a greiz ma oa e spered beuzet en Doue. Dimezi a reas da Jizel, c'hoar sant Herri, roue ar Jermani, ha bezan en devoe eleiz a vugale, mes holl e varvjont yaouank. Ar c'hosan aneze, e hano Emerik, a oa eur zant evel e dad. Mervel a reas en barr e yaouankiz. Stephan a oe neuze treuzet e galon gant eur c'hleze a c'hlac'har. Koulskoude e plegas da volonte an Otrou Doue. Mervel a reas e-unan, goude eur c'hlenved hirr, da genver gouel Maria-Hanter-Eost, en devoa laket lezhanvan, en e rouantelez, devez an Itron vras. Ar miraklou a c'hoarvezas war e ve a embannas e zantelez. Beneat IX a lakas e hano e-touez ar zent, hag Innosant XI a gemennas ober e ouel d'an eil a viz gwengolo. B O K E D Seul-vui ma labourer evit Doue, seul êsoc'h a ze e stager d'al labour. Goude Doue, ma holl fizianz a zo en Maimm Doue. SANT BERNARD Trede devez a viz Gwengolo SANT FIAKR Patron ar Jardinerien (VIIet kantved) Fiakr, ginidik eus an Iverzon, a dec'has eus e yro, en kreiz e yaouankiz, hag a deuas gant eun nebeut mignoned da gaout sant Faron, eskob Meaux, da c'houlean digantan eul lec'h distro d'ober pinijen. An eskob santel a gasas an divroad yaouank en eur c'hoad en devoa, diou leo bennak diouz Meaux. Eno, Fiakr a zavas eur manati evit rei digemer ennan d'ar bardonerien ha d'an dremenidi, ha tostik d'ezan, mes distag koulskoude, eur peniti evitan e-unan hag eun ti-bidi en enor d'ar Werc'hez Vari. Rannan rê gant ar beorien ar frouez a zastume diwar eun dachen eus ar c'hoad, en devoa dizoloët ha grêt douar-labour anezi. Ar vrud eus e vertuziou a yeas buhan dre ar vro, hag an dud klanv hag an dud mac'hagnet a veze douget en harz e dreid. Awalc'h oa d'ezan astenn e zaouarn warneze evit o farean. Chillen, eur c'henvroad kar d'ezan, goude bezan bet o pardonan en Rom, o vezan klevet hano anezan, a deuas d'e welet hag a chomas da vevan gantan eur pennad. Fiakr a varvas, war-dro ar bla 670, hag a oe sebeliet en e dibidi. E ve a deuas da vezan brudet dre ar miraklou a c'hoarvezas war e dro. Eun niver bras a rouaned hag a rouanezed a roas profou kaer evit kempenn arched e relegou, a oa gwechall unan eus ar re gaeran a oa en Frans. Er bla 1641, ar rouanez Anna 'n Autrich a deuas, war he zroad, eus Monceaux da Zant-Fiakr, evit e drugarekât da vezan roët d'ezi eur mab, da vezan pareet he fried Loeiz XIII, p'oa bet klanv en Lyon, ha da vezan he fareet he-unan, p'oa bet klanv gant eur c'hlenved ha ne ouie ar vedesined netra ebet dioutan. Loeiz XIV, ar roue bras, a yeas gant e bried da bardonan da Zant-Fiakr, en miz gouere 1683; tri bla goude, oe red flanchan anezan, 'n eun doare danjerus. Bossuet, an eskob brudet, a deuas neuze da Zant-Fiakr da gommans eun naved evitan, a oe peurc'hrêt gant ar venec'h. Eleiz a zent, hag en o zouez sant Visant a Bol ha sant Fransez a Zal, a yeas ive da bardonan da Zant-Fiakr; sant Fransez a lakas stagan ouz ar be eun ex-voto hag a weler c'hoaz. B O K E D Me 'm eus plantet, Apollon en deus douret; Doue, avat, eo en deus laket an treo da greski. An hini a blant n'eo netra, nag an hini a zoura; an hini a lak an treo da greski, Doue, hennez eo a ra pep tra, SANT POL I. AD, COR. III. 6. 7. Pevare devez a viz Gwengolo Santez Roza Viterb 1240-1252 Frederik II (1194-1250), mab-bihan an impalaer Frederik Baro-Rouz, a gollas e dad da dri bla, e vamm da bevar, hag a oe savet gant Innosant III, a oa neuze war Gador sant Per. Da c'houec'h vla warn-ugent, kurunen impalaered an Alamagn a oe laket war e dâl, gant ar pab Honorius III. Siouaz, an enor, an danve ha skanvadurez ar yaouankiz a reas d'ezan koll e benn, ha dont a reas da vezan, epad hanter-kant vla, spont an Europ ha rann-galon an Iliz. Ar pab Innosant IV hag an daou-c'hant hanter-kant eskob bodet endro d'ezan, en konsil-meur Lyon, er bla 1245, a renkas teurel an eskummunugen warnezan ha difenn ouz e zujidi senti ken outan. Ar gentel-ze, elec'h e wellât, nemet e lakat da vont falloc'h ne reas ken; trei a reas a-du gant holl enebourien an Iliz ha lakat a reas an dispac'h da ziroll en Itali. Hogen, en Viterb, kêr vihan war leveou sant Per, e veve en amzer-ze eur verc'hig, he hano Roza, digaset gant Doue evit frealzi ha difenn e vikel war an douar. Ne oa c'hoaz nemet eur bugel pa wiskas saë sant Fransez, ha raktal en em lakas da brezek d'he c'henvroïz. Hi ha ne oa bet biskoaz er skol, a oa awalc'h d'ezi sellet ouz he c'hroaz evit komz en eun doare ken helavar ma chôme mantret an dud gouiziekan, ouz he c'hlevet : anat oa d'an holl e komze ar Spered-Santel e-unan dre he genou. Distrei a reas eleiz a bec'herien ouz Doue, hag ober a reas, d'ar re eus he c'henvroïz a oa troet gant kostezen an impalaer, anzao o fazi. Diskuilhet e oe d'an hini a oa deut da c'houarn Viterb en hano Frederik, ha grêt e oe raktal d'ezi ha d'he zud kemer an tec'h. Roza a yeas neuze da Zoriano. Eno e prezegas adarre, hag embannareas, zoken, e varvje hepdale an hini a rê brezel d'an Iliz. Ar pez a lavare a deuas da wir, rak an impalaer eskummunuget a varvas en Apuli, en deveziou war-lerc'h (1250), absolvet, war a greder, en e dremenvan, gant eskob Palerm. Pa glevas Viterbiz oa maro Frederik, e kasjont e c'houarner da vale diwar o zro, ha Roza hag he zud a c'hellas dizrei d'ar gêr. Ar zantez a oe digemeret gant he c'henvroïz evel eur rouanez. Goulenn a reas digor en manati Santez-Mari-ar-Roz, mes ne oe ket grêt a zigemer d'ezi, ha prest goude e varve en ti he zud, d'ar 6 a viz meurz 1252. Er blavez war-lerc'h, ar pab Alexandr IV a deuas da Viterb hag a reas dougen he relegou da vanati Santez-Mari-ar-Roz, hag en doare-ze, an noriou serret outi epad he bue a oe digoret d'ezi goude he maro. Kalixt III a lakas hano Roza war roll ar zent, er bla 1458. He c'horf, daoust d'ar c'hantvejou tremenet warnan, a chom bepred en e bez. An ôtrou kardinal Morlot, arc'heskob Pariz (1857-1862), en deus finvet he fenn, he divrec'h, he daouarn hag he zreid en he arched, hag a lavar e tle bezan breman c'hoaz korf ar werc'hez yaouank evel ma oa raktal goude he maro, nemet eo yenaet. B O K E D Me, eme Hon Zalver Jezuz-Krist d'e ziskibien, a roio d'ec'h komzou ken fur ma n'hallo ket hoc'h holl enebourien herzel oute na dislavaret aneze. N'en ket c'houi eo a gomzo, mes ar Spered-Santel. AVIEL SANT MARK XIII. 11 Pempvet devez a viz Gwengolo Sant Laurans Justinian Kentan patriarch Veniz (1380-1455) Laurans, eus familh vrudet ar Justinianed, a oa ganet en Veniz, hag a ziskouezas en e vugaleach eur furnez dreist e oad. Eur eontr manac'h en devoa, ar chaloni Marino, hag e savas c'hoant gantan da vont d'e heul. Evit gwelet hag-en e c'hellje en em ober diouz bue pinijennus ar venec'h, en em gustumas, a vihanik, da dremen an noz war eur feusken goad. E vamm, intanvez abred, he devoa c'hoant d'e welet o timezi er gêr, ha kinnig a rê d'ezan merc'hed diouz e zoare. Laurans, goude bezan laket kenver-ouz-kenver ar blijadur a gaver er bed hag ar boan a gaver er manati, a dôlas e zaoulagad war Hon Zalver stag ouz ar groaz, hag a lavaras : « Ennoc'h, o ma Doue, eo e lakan ma holl fizianz.» Prest goude e kimiadas diouz e vamm hag e vreudeur, diouz danve hag enor ar bed, hag en em dennas gant e eontr en manati Sant-Jorj. Diwar neuze ne falvezas ket gantan kemer plijadur ebet ken war an douar; kammed ne lake e dreid en liorzou e vanati nag en maner e vamm, nemet pac'h eas d'he gwelet war he zremenvan. Skourjezan rê e gorf betek ar gwad; pa veze ouz tol, ne zebre ket e walc'h; a-vec'h ma kemere ar pez a oa red evit chom en e zav; gwech ebet n'evas, zoken, eur banne dour etre e brejou, ha pa beded anezan da gemer eun dra bennak, war digare ma veze skuizus al labour pe domm an amzer, e lavare : « Ma n'hallomp ket gouzanv ar zec'hed-man, penôs e c'helfomp-ni gouzanv tan ar purgator ? » Epad ar goanv, ne veze ket gwelet o tostât ouz an tan; nag en e gozni, nag en e glenvejou, kaer a veze derc'hel warnan, n'halled ket e lakat da zibri eun tamm kig. Skoet adalek e yaouankiz gant droug-ar-roue, e oe red lakat an tân hag an houarn war e c'houg; elec'h klemm, e lavare d'e vedesined : « Troc'het ha dévêt heb aon ebet; ar verzerien o deus gouzanvet eun tamm mat gwasoc'h ! » Ma kare ar binijen, e kare kemend-all ar zentidigez, an dousder hag an izelded a galon. E blijadur oa mont dre ar ruiou a oa muian darempredet en Veniz, en esper e vije grêt gwap anezan gant unan bennak. E beden a oa hep paouez, hag alïes e veze douget a spered betek an nenv. Adalek e velegiach betek e varo, ne chomas ket eun devez hep lavaret an oferen, nemet gwall-glanv e vije : « Nebeut awalc'h a garante, emezan, en deus evit Jezuz-Krist an hini ne glask ket bezan a-unan gantan, ken alïes gwech ha ma c'hall. » Ar pab Eujen IV, oc'h anaout e zantelez, a hanvas anezan da eskob en Veniz (1433). Laurans a reas pep tra evit pellât ar garg-ze dioutan, mes red e oe d'ezan senti. Eur wech eskob, e talc'has, en e eskopti, da vevan evel ma veve en e vanati. Pep tra en e di a oa liou ar baourente warnezan ha ne zalc'he war e dro nemet pemp servijér, abalamour, emezan, m'oa red d'ezan bezan piz, dre m'en devoa kalz a vugale da zevel, da lavaret eo, kalz peorien da vagan. Seul striz oa en e genver e-unan, ha seul hegarat oa en kenver e nesan, ha dre-ze e teuas da c'honid kalonou an holl, hag e c'hallas dont a benn da derri ar giziou direiz a oa en em zilet, ken e-touez e bobl, ken e-touez e veleien. E zor a oa bepred digor d'ar beorien; koulskoude, gwell e kave rei d'eze bara ha dilhad eget arc'hant, gant aon na deujent d'ober impli lall gantan, evel ma c'hoarvez, siouaz, alïes awalc'h. Unan eus e gerent a deuas eun devez da c'houlenn sikour digantan da greski argourou e verc'h : « Ma roan nebeut d'ec'h, a lavaras Laurans, ho merc'h ne vezo ket gwellaet he stad, ha ma roan kalz, e rin gaou ouz eleiz a beorien, o deus ezom eus an arc'hant-se evit bevan ! » hag e lôskas anezan da vont d'ar gêr en goullo. Karet a re e gerent, koulskoude, mes e zeveriou a eskob a dremene da gentan. Ar pab Eujen IV hen lezhanvas gloar an eskibien, ha Nikolas V, da varo Dominik Michelli, eskob Grado (1451), a gavas mat rei e c'halloud a batriarch da eskob Veniz. Eur blavez, epad ma oa oc'h oferennan, da noz ar pellgent, en devoe an eurvat da welet ar Mabig Jezuz dindan stumm eur bugel bihan. Anaout a rê an amzer da zont ; dre e bedennou e pellae ar c'hlenvejou hag an diaoulou. Skrivan reas levriou a zevosion. Mervel a reas war ar c'halet, d'an 8 a viz genver 1455, oajet a bempzek vla ha tri-ugent. E gorf a chomas seiz devez ha tri-ugent war ar varv-skaon, hep ma vije anat ennan an disteran breinadurez. Alexandr VI a lakas anezan e-touez ar zent, erbla 1690. E ouel a ve grêt d'ar 5 a viz gwengolo, abalamour ma oe sakret eskob da genver an de-ze. B O K E D Klask bezan glan en eur chileo c'hoantegeziou ar galon, a zo klask mougan eun tân gwall o teurel eol warnezan. SANT LAURANS JUSTINIAN C'houec'hvet devez a viz Gwengolo SANT ONEZIPHOR Diskib sant Pôl Oneziphor a oa ginidik eus a Ephes, hag a oa o chom en Ikonium, pa deuas sant Pôl da brezek ar fe d'ar gêr-ze; rei a reas digemer d'an abostol en e di, ha goulenn a reas digantan ar vadeziant. Dont a reas goude-ze da vezan unau eus e ziskibien aketusan ha kalonekan, ha divezatoc'h, pac'h eas an abostol bras da Ephes, e kavas tro d'ober kalz vad d'ezan adarre. Kemer a reas skouer war e vertuziou; labourât a reas war zilvidigez an eneou; ha darn a lavar e oe sakret eskob. Kalet evitan e-unan, Oneziphor a ranne e vadou etre ar beorien. Dal ma klevas e oa kouezet e vestr er prizon, en Rom, evit an eil gwech, ec'h eas d'e glask; ha gant arc'hant e teuas a benn da gaout digor da vont betek ennan; rei a reas d'ezan kement a c'halle kaout ezom. Sant Pôl, dilezet gant e vignoned-all, hag a dec'he dioutan gant aon da vezan tapet o-unan, a oe laouennaet oll o welet kalon vat Oneziphor. Skrivan reas raktal d'e ziskib Timothe, a oa eskob en Ephes, hag e lavaras d'ezan : « Ra deuio Doue da skuilh e vadelezou war dud Oneziphor, rak alïes en deus ma frealzet, ha ma chadennou n'o deus ket e laket da ruzian. P'eo deut da Rom, en deus ma c'hlasket gant kalz a breder, ken en deus ma c'havet. Ra vezo trugarezus an Otrou outan, da ze ar varn. Te a oar gwelloc'h eget den-all ebet pegement a vad en deus grêt d'in en Ephes; gra eta ma gourc'hemennou da Briska, da Akuila ha da dud Oneziphor. » Goude merzerenti sant Pôl, Oneziphor a zizroas d'an Azi, a c'honezas eleiz a eneou da Jezuz-Krist, hag a oe chadennet erfin gant e zervijer Porphyr, en kêr Parion, war urz ar gouarner Adrian. Skourjezet e oent didrue, ha dre ma n'halled ket, en doare-ze, dont a benn d'o lakat da nac'h o Doue, e oent staget ouz lostou kezek pennfollet, a gasas aneze a dreuz-dreuz dre ar reier hag ar spern. Evelse eo e kavjont o maro ha, war dioueskel ar verzerenti, o eneou a nijas war eün d'ar baradoz. B O K E D Labour evel eur zoudard mat da Jesus-Krist. Kement hini a c'houren ne ve ket kurunet : ne guruner nemet an neb a c'houren evel m'eo dleet. - Ma varvomp gant Jezuz-Krist, e vevfomp ive gantan. - Ma c'houzanvomp gantan, e renfomp ive gantan. - Ma nac'homp anezan, e nac'ho ive ac'hanomp. - Ma ne gredomp ket ennan, hen a chomo feal, rak n'hall ket en em nac'h e-unan. SANT POL DA DIMOTHE. II. 3 13 Seizvet devez a viz Gwengolo SANT YAN Merzer en Nikomedi (303) D'ar 24 a viz c'houevrer 303, Dioklesian, laket pennadou ennan gant Galer, a zigoras an dekvet brezel a reas impalaered Rom d'an Iliz. En devez-ze, da c'houlou-de, war mogeriou Nikomedi, e c'kelled lenn pevar gourc'hemen neve-flamm, douget eneb ar gristenien : - Ar gristenien n'o deus ôtre ebet ken d'en em vodan, a lavare ar c'hentan. - O ilizou a dle bezan diskaret, a lavare an eil. - O levriou sakr a dle bezan strinket en tan, a lavare an trede. - Ar gristenien a zo eus an noblanz a gollo o renk; ar re a zo eus an dud entre a gollo o frankiz; ar re a zo eus ar sklavourien a gollo, evit mat, an esperans da welet o chadennou o kouezan, a lavare ar pevare. Eun den yaouank a renk uhel, a hanver Yan, a vervas ar gwad en e galon o welet kemend-all a zislealded. War al leur-gêr, hag a-wel d'an holl, e tiframmas ar paper diouz ar voger hag e lakas anezan a dammou, en eur youc'hal : « An dra-man, marvat, eo gonidou an impalaered war ar Gothed hag ar Sarmated. » Dismegansus ha flemmus meurbed oa komz an den mat-ze, rak dre eno e tiskoueze e vije bet gwelloc'h ha furoc'h da vistri ar vro en em gemer ouz ar gouezidi, eget ouz ar gristenien, sentusan sujidi a oa er rouantelez. Dal ma klevas Dioklesian kelou eus ar pez a oa c'hoarvezet, e reas teurel er prizon ar c'hristen kalonek en devoa bet an hardiegez da rogan e urziou. Skourjezet e oe neuze evit gwelet hag anezan e-unan eo en devoa grêt e dôl, pe evit senti ouz re-all, ha pa oe anat ne vije gallet tennan netra dioutan, e oe devet en beo. Al levenez a skedas war e dal betek e huanad divezan. Mervel a reas d'ar 24 a viz c'houevrer 303. E hano a zo e-touez ar zent a ra Iliz Rom o gouel d'ar 7 a viz gwengolo. En de-man, e rêr ive gouel sant Dogmael pe Toll, bet eskob en hon bro, e kerz ar Vet kantved; pedet eo evit rei ar c'herzed d'ar vugale divezat. Enoret eo en Peurit hag en Rospez, en diou chapel gwestlet d'ezan. B O K E D Setu aze, avat, eur merzer hag en deus skuilhet e wad evit hano ar C'hrist : n'en deus bet aon ebet rak gourdrouzou e varnerien; n'en deus ket klasket gloar ar bed-man, hag en em gavet eo en rouantelez an nenv. An Otrou a ra d'an den just mont dre an hencbou eün, ha diskouez a ra d'ezan rouantelez Doue. — N'en deus bet aon ebet rak gourdrouzou e varnerien; n'en deus ket klasket gloar ar bed-man, hag en em gavet eo en rouantelez an nenv. BREVIER ROM Eizvet devez a viz Gwengolo GINIVELEZ AR WERC'HEZ PARDON BRAS AR FOLGOAT Mari, muian-karet an Otrou Doue, merc'h Joachim hag Anna, a deuas er bed en kêrig 'Nazareth, « koant evel eul lilien arc'hantet gant gliz ar mintin. » He ginivelez a oe eur c'helou a levenez evit ar bed holl, rak anezi e tlee genel Heol ar Justis, Hon Zalver Jezuz-Krist, an hini en deus lemet diwarnomp ar malloz ha skuilhet en e lec'h ar bennoz, an hini a zo bet trec'h d'ar maro, hag en deus gonezet d'imp, en doare-ze, ar vue a bado da viken. Gouel ar Werc'hez en miz gwengolo a ro d'irnp digare da zisplegan aman burzudou ar Folgoat, rak an devez-ze eo an hini o deus dibabet Leoniz evit ober, en kalonen o bro, pardon bras o Mamm hag o Itron. War-dro hanter ar pevarzekvet kantved, ar Zôzon hag ar C'hallaoued a oa krog gant eur brezel a dlee padout kant vla, hag ar Vretoned, rannet en diou gostezen, hini Bleiz ha hini Montfort, a valee ive eus an eil emgann d'egile. Hogen, epad an amzer-ze, eur paourkez den, galvet Salaün, a oa o vevan war-dro Lesneven. Ganet oa en Kervriand. Deut oa er bed gant eur spered berr. N'en devoa gallet biskoaz deski nemet an daou c'her-man eus e bedennou : « Ave Maria », mes o lavaret a rê hep paouez, ha dougen a rê en e galon eur garante dener evit Mamm Doue. Da varo e dud, hag hen c'hoaz yaouank-flamm, en em dennas en eur c'hoad, en kichen eur , feunteun, en parouz Elestreg; eno n'en devoa ken gwele nemet an douar, na ken ti nemet eur ween gamm ha kleuz. Baie rê bepred diarc'hen ha gwisket e veze a druilhou. Tec'hel a rê diouz plijadureziou ar bed, evel ma tec'h ar wenanen diouz breinadurez an douar. Bep mintin ec'h ee da Lesneven, eun hanter-leo ac'hane, hag e kleve an oferen er gêr-ze, ha keit ha ma veze en iliz, ne baoueze da lavaret : « Ave Maria », pe c'hoaz « O ma Itron Gwerc'hez Vari ! » Goude an oferen, ec'h ee da c'houlenn an aluzen dre gêr, ha war dreujou an tier e lavare : «Ave Maria, Salaün a zebrfe bara ! » ha p'en deveze bet eun draïk bennak, e tizroe d'e goad, ar vugaligou o redek war e lerc'h, hag e tebre laouen e vara ouz hen souban er feunteun, hag o lavaret, bep tamm a gemere : « Ave Maria ». Pa veze yen an amzer, en em ziwiske hag e tiskenne betek e ziou gazel er feunteun, evel eun alarc'h (1) en eul lenn, ha chom a rê eur pennad en dour, o kanan eur rimadel bennak en enor d'ar Werc'hez. Goudeze e wiske adarre e zruilhou hag, o pignal en eur wezen, e kroge en eur barr d'en em vransellat, hag e kane a-bouez penn : « O Mari ! O Mari ! » An dud ha n'ouzont barn o nesan nemet a-ziavêz, ne reent nemet Salaün ar Foll anezan. Evitan, n'e ket a zroug ennan ouz ar re hen glaze, ha n'enebe ket ouz ar re hen gwall-gase. Eun nebeut soudarded o redek ar yar a 'n em gavas gantan eun devez hag a c'houlennas outan piou oa. Respont a reas, nan evel eur foll, mes evel eur fur : « Ne don na Bleiz na Montfort; floc'hig on gant ar Werc'hez Vari. Ave Maria. » Ar respont-se a roë da c'houzout ne oa a-du na gant Charlez Bleiz na gant Yan Montfort, a oa neuze brezel etreze. Lakat a reas ar zoudarded da c'hoarzin, ha goude bezan furchet anezan, o vezan ne gavent netra gantan, e lezjont anezan da vont en e hent. Karet a rê ar sioulder, hag er sioulder, Doue hag ar Werc'hez a gomze outan; karet a rê ar binijen, ha drein ar binijen a viras glanded e ene, evel ma teu ar c'harziad spern da viret en o c'haer al lili a zao en he c'hreiz. Evelse e tremenas Salaün e vue, heb ober an disteran gaou ouz den. Erfin, war-dro ar bla 1350, e kouezas klanv. Arôk mervel, evel eun durzunel, e lakas ekleoiou ar c'hoad da dregerni, evit diskouez e oa goanv e vue o tremen hag an hanv bras o tont. Kanan reas kalonek ar geriou-man : « ô ô ô ô ô ô Maria », ha neuze, frealzet gant Mamm Doue ha douget gant an Ele, e ene glan a bignas da balez an Drinded. E benn, hag a oa liou an astu warnezan betek neuze, a gemeras gened al lili hag ar roz. E gorf a oe sebeliet didrouz, en harz e ween, ha den ne gomze ken anezan, pa falvezas da Zoue diskouez d'an dud, dre eur burzud eus ar re gaeran, pegement e plije d'ezan ar garante en devoa bet ar paourkez den-ze evit ar Werc'hez. Lakat a reas da zevel war e ve eul lilien wenn; hag ar pez a oa estlammusoc'h c'hoaz oa gwelet an daou c'her « Ave Maria » skrivet, evel gant liou aour, war bep delien anezi. Ar vrud eus ar mirakl-ze a reas buhan tro ar vro; eur mor a dud a ziredas eus Léon, Treger ha Kerne, da welet al lilien vurzudus, a viras he gened epad c'houec'h sun. Pa oe goenvet, e oe toullet endro d'he gar hag e oe kavet e oa he gwriziouen genou hag en kalon Salaün ar Foll. An ôtrou de Rochefort, eskob Kastel-Pôl (1349-1356), a deuas da welet an neventi; eun iliz, koant evel eul lilien, a zavas war ve floc'hig ar Werc'hez (2) ; an ôtrou Alan Kerastred, eskob Kastel-Pôl, a gonsakras anezi er bla 1419. Tri bla goudeze, d'aa 10 a viz gouere 1422, an ôtrou Yan V, duk Breiz, diwar al leveou hag an deogou en devoa en Plouneour, en Plouider, en Elestreg hag en Lesneven, a roas peadra awalc'h d'an iliz neve da gaout pevar beleg (3) da bedi Doue enni bemde, evit duked ha pobl Breiz. An ôtrou Fransez I hag an ôtrou Per II, bugale an ôtrou Yan V, ha duked Breiz evel o zad, an eil war-lerc'h egile, a deuas d'en em erbedi ouz Itron-Varia ar Folgoat. An ôtrou Arzur III, breur an ôtrou Yan V, skoazeller Jann d'Arc, duk Breiz war-lerc'h an ôtrou Per, a deuas d'en em erbedi ouz Itron-Varia ar Folgoat, hag a stagas ouz he iliz peadra awalc'h da gaout dalc'h-mat c'houec'h beleg war he zro, elec'h pevar a oa betek neuze. An ôtrou Fransez II, niz an ôtrou Arzur III ha duk Breiz war e lerc'h, hag e verc'h vrudet, Anna, dukez Breiz ha rouanez Frans (1458-1514), a deuas d'en em erbedi ouz Itron-Varia ar Folgoat, hag a roas d'ezi profou pinvidik. An ôtrou kardinal Alan Koativi, unan eus bugale Leon o deus grêt ar muian enor d'o mamm-vro, a deuas alies d'en em erbedi ouz Itron-Varia ar Folgoat; lakat a reas sevel, e-tal he iliz, ar c'halvar a zougas e hano; war e c'houlen, ar pab Sixt IV a roas 100 devez pardon da c'honid da gement hini a yaje da Folgoat da bedi ar Werc'hez, d'ar 25 a viz meurz, da zul kentan miz eost, da hanter-eost, d'an 8 a viz gwengolo ha da ouel an Holl Zent (4) ; ha pa varvas en Rom, d'ar 22 a viz gouere 1474, e c'hlac'har oa gwelet n'hallje ket e relegou mont da ziskuizan d'e vro, en gwasked ti e Varnm vat. Pobl Breiz a gemeras skouer war e ôtrone : Montrouleziz, taget gant ar vosen, er bla 1597, ha Ploueskadiz, skoet gant an hevelep klenved, er bla 1627, a deuas d'en em erbedi ouz Itron-Varia ar Folgoat. Siouaz, iliz ar Folgoat a gollas he chalonied, er bla 1681; adalek neuze hag epad c'houec'h-ugent vla, ne reas nemet koll he gened hag he lufr, tamm ha tamm. D'ar pevare sul a viz meurz 1708, an tàn-gwall a reas gaou bras outi; d'ar 16 a viz meurz 1790, e oe serret; d'ar 14 a viz gouere 1791, he listri sakr a oe kaset da deûzi ; d'an 10 a viz eost 1792, he c'houec'h kloc'h a oe torret. Eur vantel gaonv a c'holoas ar vro. Doue, koulskoude, a deuas da zellet a drue ouz ar Frans; ar peuc'h a deuas. D'an 8 a viz gwengolo 1808, skeuden ar Werchez, kuzet epad an dispac'h, a zizroas d'he zi. Pevar-ugent vla goude, d'an 8 a viz gwengolo, an otrou kardinal Place, arc'heskob Roazon, c'houec'h eskob ha kant mil den endro d'ezan, goude prezegen helavar an ôtrou Freppel, a lakas, en hano Leon XIII,war benn ar Mabig Jezuz ha war hini Itron-Varia ar Folgoat, an diou gurunen aour ha perlez savet evite gant fe, fizianz ha karante ar Vretoned. (1) Eun alarc'h : un cygne. (2) Setu aman hanoiou ar re a roas ar profou kentan : Hamon Quiniou (1410), Prigent Gouzian (1416), Mauris Quillifiry (1418), Robert Inizan, Herry Montfort (1419), Mac'harit Audoc'h, Yan Miorcec ha Marc'harit Forget, e bried, an ôtrou Rohan (1420), Azenor Moal (1421). (3) An ôtrou Kergoal, eus a Wisseny, eo kentan beleg a c'houarnas ar Folgoat ; unan eus an tri-all a roë an dorn d'ezan, an otrou Milbeo, a deuas da vezan kovezour an duk Yan V, hag a oe kaset gant heman da Orléans davet Jann d'Arc (1429), da ginnig d'ezi goure'hemennou ar Vretoned. (4) Innosant VIII (1484-1492), Léon X, (1513-1521), Jul III (1550-1555) ha Pi IX (1846-1878) o deus asteunet c'hoaz, abaoue, roll am induljansou a c'haller gonid o pedi en iliz ar Folgoat. B O K E D Patronez dous ar Folgoat, Hon Mamm hag bon Itron, An dour en hon daoulagad, Ni bo ped a galon. Harpet an Iliz santel, Avel diroll a ra... Tenn ha kriz eo ar brezel, Ar peuc'h, ô Maria. En Bro-Dreger, demdost da Wengamp, war douar Panvrit-ar-Beskont, tostik d'eur c'hoad bras, a-us d'eun draouien eus ar braoan, zo ive eur chapel, he hano chapel ar Folgoat. N'ouf'e den, marvat, lavaret dre just da be amzer e oe savet; pell zo, a dra zur, diouz gwelet pegen koz e tis-kouez bezan ar skeuden vinniget a zo en tu deou d'an ôter. Adsavet a neve ha kresket er bla 1846, chapel ar Folgoat-Panvrit a zo pell war-lerc'h hini Bro-Leon. Daoust pegen dister eo, brudet eo koulskoude, er vro tro-dro, kreiz-tre Gwengamp ha Pempoul, Bear ha Plouha, rak enni ive e teurve an Itron-Varia rei stank, d'he felerined, testeniou burzudus eus h galloud hag he madelez. Dre vilierou e tiredont d'he l'edi, an eil sul a viz gouere hag ar bevare sul a viz gwengolo. En deiou-ze, ar chapel a ve kalz re vihan, rak pardoniou ar Folgoat a zo bepred, herve ar c'hiz kristen gwechall, gwir bardoniou a zevosion. An ofisou a ve kanet, en disheol ar gwe fo, e-tal eun ôter mein-benerez savet, neve so, en lein ar roz. Eun dudi eo klevet a-ziwar-dro, epad ar prosesion, moueziou ar gristenien o kanan a greiz kalon : War an douar kouls hag en ne, N'eus ket kaeroc'h, war-lerc'h Doue, N'eus ket gwelloch 'vit hon Mamm vat, Itron-Varia ar Folgoat. En tu-hont da ofisou ar pardon, oferennou a ve lavaret er Folgoat, eur wech ar zun, well-waz, hag alïesoc'h, en kerz miz mae hag an hanv. Itron-Varia ar Folgoat eman ar c'hiz vat gant ar mammou kristen gwestlan d'ezi o bugale vihan; digaset a veint da zeski ober o c'hammejou kentan war leuren he chapel. ------------ (1) D'an 23 a viz eost 1810, daouzeh kristen mat a 'n glevas evit dasprenan iliz Folgoat disant Anquetil, an hini en devoa he bet digant ar Gouarnamant : setu aman o hanoiou : A. ar Gall, F. ar Gall, H. ar Goff, F. Uguen. M. A. André, G. Loaec, J. Arzur, J. Toutous, J. ar Gac, an ôtrou G. Kerbrat. G. Abjean. Navet devez a viz Gwengolo SANT PER KLAVER Eus Kompagnunez Jezuz Abostol an dud du (1581-1654) Per Klaver, eur spagnol, a oa ganet en Verdun, er C'hatalogn, er bla 1581. D'e vla warn-ugent, ec'h eas da Darragon, da rei e hano da vont en Kompagnunez Jezuz. Daou vla goude, ec'h eas da enez Balear evit derc'hel gant e studi. Eno e kavas Alphons Rodriguez, a oa bet roët da anaout d'ezan meur a dra eus amzer da zont an den yaouank, hag a lakas da ziwan en e ene ar c'hoant da vont da brezek ar fe d'an Amerik : « Ma breur ker, a lavare d'ezan, n'on ket evit rei d'ec'h da c'hôut pegen doaniet on o welet nag a boblou a zo c'hoaz ha n'anavezont ket ar gwir Doue, hag ar boblou-ze a ya da goll, abalamour ma n'eus den ebet o lakat ar sklerijen da vont betek enne. Gwelet a rêr eleiz a labourerien didalve el lec'h ma zo nebeut a eost, pa 'z int ken distank el lec'h ma zo kalz da eosti. Ar c'hoant dastum aour, a ra da gement a dud treuzi ar moriou pell, a zo eta trec'h d'ar c'hoant gonid eneou da Jezuz-Krist ! O ma breur ker, ma ho peus c'hoant da greski gloar Doue, et d'an Amerik da zeski da eleiz a eneou a 'n em goll er vro-ze, lakat da dalvezout ar gwad en deus skuilhet hon Zalver evite. » Kenteliou Alphons a dôlas frouez en kalon Per, hag en miz ebrel 1610, ar misioner yaouank a gemere al lestr da vont d'an Amerik-Izelan. En Santa-Fe, e peurachuas e studi hag en Karthajen e oe beleget. Karthajen a oa eur porz-mor, hag a veze diskennet ennan bagadou tud du, a veze ar Spagnoled o laerez en Afrik, hag a werzent goude, evel sklavourien, da bennou-tiegez an Amerik. Per Klaver a 'n em roas d'ober vad da gorfou ha da eneou an dud kez-ze, ha n'hallo den lavaret pegement a basianted hag a garante a ziskouezas en o c'henver, epad daou-ugent vla. Dal ma kleve e veze eul lestrad dioute o tont da Garthajen, e rede d'ar porz, e vriatae aneze gant kement a deneredigez ha ma ra eun tad e vugale, hag e roë dilhad d'ar re a oa en noaz, bevanz hag evach d'ar re o devoa naon ha sec'hed, louzeier d'ar re a oa klanv. Heuilh a rê e barousianiz dre mac'h eent. Kelenn a rê aneze war gwirioneziou ar fe, ha rei a rê d'eze ar vadeziant. D'ar zul, oa eun dudi e welet o vont d'o c'hlask a-gle hag a-zeou, hag oc'h ober d'eze dont d'an iliz, elec'h ma veze lavaret eun oferen evite ha grêt d'eze eur brezegen. Epad ar c'hoaraïz, e chome en lez-varn ar binijen, adalek peder heur diouz ar mintin betek kreiste, da govez ar bôtred. Da ziv heur e tizroe hag e chome betek noz, ha neuze e oa tro ar merc'hed. A-wechou an dud wenn a dostae ive ouz e gador-govez; n'o deveze ket o zro, ken na veze tremenet an holl dud du. Pa veze o vont dre ar ruiou, e lavare d'ar re a wele krommet gant ar blaveziou, ha ne vezent ket bet o kovez pell a veze : « Ma mignon, an ti a zo koz hag a zo prest da gouezan en e boull ; bezet war evez gant aon da vezan tapet dindan; grêt eur govezion vat, epad m'ho peus amzer hag êzamant ! » D'ar bec'herien a gave war e hent e lavare : « Doue a oar an niver eus ho pec'hejou; ar c'hentan ma kouezfet en a an a vezo marteze an divezan. » - Penôs ec'h a ar bed gant ho sklavourez ? a c'houlenne eun devez digant eun itron. - Brao, ma zad, a lavaras d'ezan ar Spagnolez. - N'eus forz, leveret d'ezi mont da govez, rak ember e varvo. An itron a zentas, ha mat a reas, rak er parde-ze, eur maro trumm a gase he sklavourez d'ar be. Per Klaver a roas ar yec'hed da n'ouzer ket ped klanvour; ar gweled da n'ouzer ket ped den dall, hag ar vue da dri den maro. Ne ankouae ket e barousianiz goude o zremenvan; kinnig a rê da Zoue oferennou, pedennou ha yuniou evit delivranz o eneou. Mervel a reas d'an 8 a viz gwengolo 1654. Leon XII, d'an 8 a viz genver 1838, a lakas e hano war roll ar zent, hag a roas anezan da batron da visionou an dud du. B O K E D Ar basianted hon laka da vezan bras dirak Doue hag hon mir en e c'hras. Netra ne ra anaout gwell an dud vat diouz an dud fall ha dife, eget ar basianted. SANT SYPRIAN Dekvet devez a viz Gwengolo Sant Nikolas Tolentino 1245-1308 A zant-man a deuas er bed en Sant-Anjelo, demdost da Fermo, war-dro ar bla 1245. Hanvet oe Nikolas abalamour ma oe ganet goude ma oa bet e dud, pell a oa hep bugale, o pardonan en chapel Sant-Nikolas, en Bari; al lezhano Tolentino a oe roët d'ezan diouz hano ar gêr elec'h ma tremenas an darn vrasan eus e amzer. Karante Doue, hadet en e ene gant eun tad hag eur vamm zantel, a ziwanas ennan abred. Ne oa c'hoaz nemet eur bugel, hag e chome da bedi pell amzer, gant ar brasan evez. Dudi a gave o selaou pe o lenn komzou Doue; pa gave peorien war an hent, e tigase aneze da di e dud, hag e ranne gante ar pez a vije roët d'ezan d'e brejou. O vezan klevet lavaret e yune e zant patron ter gwech er zun, d'ar mare ma oa c'hoaz bihanik, e c'hoantaas ober eveltan, adalek an oad a seiz vla. Evel ma oa lemm e spered ha mat e vemor, e reas prim e studi hag e oe hanvet, raktal goude, da chaloni en iliz Hon Zalver en Tolentino. Eun devez, o vezan klevet eur manac'h eus a Urz sant Augustin o lavaret pegement e tleed disprijout ar bed, e savas c'hoant gantan da vont d'e heul. Daoust d'e yaouankiz, gant asant e gerent, e oe digemeret er manati; bezan e oe eno eur skouer evit an holl; ne zouge nemet dilhad reun; en em skourjezan a rê alïes; endro d'e gorf e touge eur chaden houarn; an douar noaz oa e wele, eur men e benn-wele; ne zebre kammed tamm kig ebet, ha ne roë d'ar c'housked nemet an nebeutan amzer a c'helle. E garante evit an Otrou Doue a greskas c'hoaz goude ma oe beleget; pa veze ouz an ôter, an daerou a zivere alïes eus e zaoulagad. Epad an tregont vla divezan eus e vue, a dremenas en Tolentino, e prezege, kouls lavaret, bemde, ha dont a rê a benn da c'honid ar brasan pec'herien; ken nerzus ha ken kalonek oa e gomzou, ma ne oad ket evit harz oute. Goude bezan gouzanvet eur c'hlenved hirr ha poanius, e varvas d'an 10 a viz gwengolo 1308. Kement a viraklou a reas goude e varo, ma lakas Eujen IV e hano war roll ar zent, er bla 1446. E gorf a oe sebeliet er chapel ma veze oc'h oferennan, ha kalz tud a ve eno breman o pardonan. B O K E D Ar galon hag he deus tanvael, eur wech, plijadureziou an nenv, ne gav blaz ebet ken gant plijaduriou an douar. Evit an neb a oar pleustri ervat war Basion Jezuz-Krist, n'eus poan ebet hag a vefe poan en gwirione. Pegen talvoudek eo implijan mat an disleran tamm amzer a ro Doue d'imp, pa c'hellomp, gant an tamm amzer-ze, gonid eur c'hloar hag a bado da viken. SANT NIKOLAS TOLENTINO Unnekvet devez a viz Gwengolo An den eürus Yan-Gabriel Perboyre Misioner ha merzer (1802-1840) Yan-Gabriel Perboyre, kentan bugel ganet en XIXet kantved a lakas an Iliz war he ôteriou, a deuas er bed ea Puech, eskopti Cahors,d'ar 6 a viz genver 1802. E dad, Per, hag e vamm, Mari Rigal, a oa tud eus ar re vellan. Doue a roas d'eze eiz krouadur; unan a varvas yaouank; daou a chomas er bed; diou eus ar merc'hed a yeas da leanezed en Urz sant Visant a Bol; ha tri eus ar botred a yeas da veleien en Urz-ze ive. Da eiz vla, Yan-Gabriel a oe kaset d'ar skol da Vontgesty; er c'hatekiz, hen a chilaoue ar gwellan; karet a rê lenn bue ar zent; ober a rê katekiz d'e vreudeur ha d'e c'hoarezed; d'ar zul, ar re ne vezent ket bet en oferen-bred a veze digollet gant Yan-Gabrielig, a ouie displegan mat, pa deue d'ar gêr, kement tra a veze bet lavaret er gador : «P'eogwir e prezegez ken mat, a lavared d'ezan a-wechou, e vezo red d'it mont da veleg ! » Koulskoude, e dad en devoa c'hoant d'hen derc'hel er gêr, abalamour ma oa ar c'hosan; mes grêt e oe kement warnezan ma lôskas e vab da vont d'ar skolach da Vontauban. Da driouec'h vla, ec'h eas eus a Vontauban da Bariz, goude bezan lavaret en hent kenavo d'e vamm, he devoa e laket war hent ar velegiach, dre he fedennou, he skoueriou hag he c'henteliou. Pemp bla goude, d'an 23 a viz gwengolo 1825, e oe beleget. C'houec'h vla goude, e vreur Loeiz a varve war vor, en eur vont d'ar Chin. Adalek neuze, n'en devoa ken c'hoant nemet da gemer e blas; tri bla e oe lezet da c'houlenn; erfin, d'an 21 a viz meurz 1835, e c'hallas kemer al lestr en Havr-neve ; d'an 9 a viz gwengolo war-lerc'h, e touare er Chin, ha d'an 10 a viz meurz 1836, en em gave er c'horn douar ma tlee embann ennan hano Jezuz-Krist. Eiz mil leo en devoa grêt. Deski a reas yez ar vro epad daou vla, hag en miz genver 1838 e oe galvet da vont da brezek ar fe d'ar Hou-Pe. E iliz a oa eus ar re baouran : peder moger hag eun doen blouz; mes evel a lavare, an iliz-ze he deus eun dra ha n'o deus ket kalz a ilizou brasoc'h ha kaeroc'h; pe fall pe vat e ve an amzer, eur millierad tud a ve enni bep sul. E wiskamant hag e vevanz a oa henvel ouz re e barousianiz. Lenn a rê alïes « Oberou ar verzerien » d'e gristenien, a c'hallje, de pe de, bezan galvet dirak al lez-varn, ar pez ne zaleas ket evitan. Sevel a reas, eneb ar veleien, eur brezel c'houezet gant an drouk-spered. Yan-Gabriel a yeas da guz en eur c'hoad, mes unan eus e zanve kristenien a werzas anezan evit tregont pez arc'hant. Kaset a oe dirak barnerien ar vro, a glaskas ober d'ezan diskuilb hano e gristenien ha kerzet war ar groaz : - Gwell eo ganin mervel eget nac'h ma c'hreden ! eme ar merzer kalonek. Kristen on, ha deut on er Chin da brezek an Aviel ! - Nac'h a refet ho fe ? - Birviken ne droïn kein da fe Jezuz-Krist. - Perak oc'h deut aman ? - N'eo ket evit dastum arc'hant, enor ha plijadur, mes evit brasan gloar Doue ha silvidigez an eneou. - Ma ne chenchet ket, ho pezo poaniou bras ! - Ne dôlan ket nemeur a evez ouz ar boan-gorf, rak ne sonjan nemet en silvidigez ma ene. - Nac'het ho fe ha kerzet war ar groaz ! - Betek ar maro e lavarin ne nac'hin ket ma fe ha ne gerzin ket war ar groaz ! Goude bezan bet pevar miz o vont eus an eil lez-varn d'eben, e oe kondaonet da vezan krouget, en miz genver 1840; mes evel ma n'halle ket ar varnedigez-ze kaout galloud ebet ken a vije sinet gant an impalaer, e renkas gedal c'hoaz eiz miz en e brizon. Erfin, d'an 11 a viz gwengolo, en em gavas kemennadurez an impalaer. Seiz torfetour a oe neuze krouget dirazan, hag epad al labour-ze, Yan-Gabriel a bede, ar pez a zoueze ar baganed. En em gaout a reas e dro; staget a oe ouz eur peul gant kerden; goude bezan hanter-grouget anezan, ar bourreo a lôskas ar gorden, evit ma padje pelloc'h ar boan; stardan reas eun eil gwech, hag e chômas a-zav adarre; d'an trede jach, ec'h eas betek ar maro; evit e beur-achui, un an eus ar zoudarded a dostaas hag a skoas eun tol gantan en e galon. Evelse e tremenas, eur gwener, war-dro ter heur goude-kreiste. Yan-Gabriel en devoa roët da Zoue eun testeni eus e garante; Doue a falvezas gantan rei d'ezan ive eun testeni eus e hini. Epad e dremeuvan, eun niver bras a dud, tud kristen ha tud pagan, pell an eil diouz egile, a welas eur groaz skedus en barr an nenv; gwelet eo bet er mêmes heur, er mêmes ment, hag er memes lec'h eus an nenv, hag ar re o devoa he gwelet a oa, darn aneze, pell an eil diouz egile; ar burzud-ze a lakas meur a bagan da drei kein d'o idolou. Raktal goude ar maro, an dorfetourien-all a oa spontus da welet, gant o zeod er-mêz eus o genou, ar gwad o tiveran dioutan, hag o daoulagad war var o fenn; korf Yan-Gabriel ne oe tamm ebet evelse; dalc'het en devoa e zremm santel a wechall; e zaoulagad a oa troet da zellet ouz an douar; e c'henou a oa serret; e liou a oa ru-wenn; ar maro a oa tremenet, mes ne oa ket anat. Diouz ar parde, ar gristenien, dre laer, a c'hallas kaout korf o merzer, hag a zebelias anezan, gant doujanz, war lein ar mene ru. Leon XIII, d'an 30 a viz mae 1889, a lakas e hano war roll an dud eürus. B O K E D Ar poaniou a zo ken talvoudus d'an hini a oar o gwelet gant daoulagad ar fe, ma n'eo tamm ebet re ger mont d'o c'hlask, ha pa vefe d'ar penn pellan eus ar bed ! Y.-G. PERBOYRE Daouzekvet devez a viz Gwengolo SANT GIEN Kloc'her (***-1012) Gien, lezhanvet paour Anderlek, a oa ganet en eur gêriaden tost da Vruxel. E gerent, tud a renk izel herve ar bed, a roas d'ezan eur gelennadurez kristen, hag a lavare d'ezan alïes ar pez a lavare Tobias d'e vab : « Pinvidik awalc'h e vefomp ma toujomp an Otrou. » Gien ne oa c'hoaz nemet eur bugel, hag e holl vertuziou o tiwan en e ene. Ne oa ket evit miret ouz e zaerou da redek pa zonje pegen stag eo an dud ouz madou an douar; doujanz en devoa evit an dud vras; ciom a rê en e renk, ha karet a re anezan, daoust pegen izel oa, abalamour m'eo êsoc'h dar beorien ober o zilvidigez eget d'an dud pinvidik. E garante evit e nesan a oa par d'ar garante en devoa evit ar binijeo; rannan rê gant ar re ezommek an nebeut en deveze, ha chom a rê da yun alïes e-unan evit kaout muioc'h da rei d'eze. Bemde e ouie kemer eur pennad bennak war e amzer evit mont da welet an dud klanv, hag ober a rê d'eze ar muian vad a c'halle. Eun devez ma oa daoulinet en iliz Itron-Varia Laeken, eun hanter-leo bennak diouz Bruxel, person ar barouz-ze a oe souezet o welet pegen c'houek e pede; goude bezan komzet outan eur pennad, e oe souezetoc'h c'hoaz o welet pegen barrek oa d'en em denn war hent ar baradoz, hag hen c'hoaz yaouank-flamm; derc'hel a reas anezan gantan da gloc'her. Gien a oa aketus da zon ar c'hleier, da skubat an iliz, da gempenn an ôteriou; ne roë ket a amzer d'al loustoni da zevel na d'ar c'hevnid da steui o gwiad; ar pennadou amzer a chôme gantan goude bezan renket pep tra evit ar braoan, a dremene en harz treid an ôter; a-wechou e chome nozveziou pen-da-ben da bedi ; kastizan rê e gorf gant pinijennou kalet, evit ma kemerje Doue true outan d'ar varn divezan. Ken izel ha ken hegarat oa a galon ma oa karet gant an holl; ne oa ket bras e c'honidegez, ha koulskoude e kave an tu daziouered meur a dragant ar paour. Eun devez eur marc'hadour eus Bruxel, o welet pegen troet oa d'ober aluzen, a gintiigas d'ezan mont war hanter gantan d'ober komrners, war digare ma c'honezje muioc'h evelse, hag e c'hallje ive, en doare-ze, ober muioc'h a vad d'ar paour. Gien, hep goulenn netra digant den, a yeas da heul ar zorc'hen a oa laket en e benn, mes ne zaleas ket daanaout e oa kouezet ea eur pech stignet dirazan gant an drouk-spered. Eul lestrad marc'hadourez hag en devoa e lod enne a oe kollet, pa oa war 'n em gaout er porz. Diwar neuze, e welas oa faziet o chench micher, eus e benn e-unan, ha kement a geun en devoe ma lakas en e benn mont da bardonan da Rom ha da Jeruzalem. Pa oa o tizrei da Rom, e kavas eno Wondulf, chaloni Anderlek, a oa o vont da Jeruzalem gant eun nebeut pardonerien. N'o devoa ket c'hoaz grêt ar veaj, hini ebet aneze. Gien, hag a ouie an hentchou, a yeas d'o diskouez d'eze, mes ar glac'har en devoe d'o gwelet o vervel holl er Palestin, gant eur c'hlenved stagus. Goude bezan sebeliet o c'horfou gwellan m'halle, e tizroas d'e vro : seiz vla oa bet oc'h ober e dro. Prest goude e varvas en Anderlek, d'an 12 a viz gwengolo 1012. Sant Levias Hirie en em gav, ouspen, gouel sant Levias, abad en Arvorik. Bezan 'n eus eur chapel en Tredarzek, elec'h m'eo pedet evit ar vugale dinerz ha klanvidik. B O K E D Grêt aluzen gant ho tanve, ha na dennet ket ho taoulagad diwar ar paour, evit ma na deuio ket an Otrou Doue da dennan e re diwarnoc'h; mar hoc'h eus kalz, roët kalz; mar hoc'heus nebeut, roët nebeut; mes roët a galon vat an nebeut a rofet. KOMZOU TOBIAS D'E VAB. Trizekvet devez a viz Gwengolo Santez Katel Fieschi Intanvez (1447-1510) Katel Fieschi a oa ganet en Jen, er bla 1447, hag a ziskouezas abred merkou anat eus he zantelez da zont. Kerkent hag an oad a eiz vla, he brasan plijadur oa deski gwirioneziou ar fe. D'an oad a drizek vla e c'hoantaas mont da leanez, mes he c'herent a viras outi, ha tri bla goude e timeze d'eun dijentil eus Jen, e hano Julian Adorno. Heman a oa ken troet war ar c'hoari, ma teuas a benn, ne oe ket pell, da goll e zanve ha hini e wreg; mes n'eo ket an dra-ze c'hoaz eo a c'hlac'hare ar muian Katel; ar pez a ranne he c'halon oa gwelet ar vue fall a rene ive; ne baoueze da c'houlenn evitan ouz Doue ar c'hras d'en em gonvertisan. En miziou divezan ar bla 1497, e chomas klanv war e wele : louzeier ar vedesined, elec'h ober vad d'ezan, a wasaas e glenved, ha dont a reas da vezan ken drouk ma oa eur binijen chom en e gichen. Katel, ouz e welet o pec'hi evel ma rê, a grogas aon enni na vije daonet; en em denn a reas er gambr tostan da hini ar c'hlanvour, hag o vezan en em dôlet d'an daoulin, e skuilhas eur mor a zaerou hag e lavaras da Zoue : « O Otrou, goulenn a ran an ene-ze diganec'h ! Ho pedi hag hoc'h aspedi a ran d'he rei d'in, rak goest oc'h d'hen ober, koulskoude ! » Eun hanter-heur goude e kavas d'ezi e oa selaouet he feden; sevel a reas da vont da gaout Julian, hag e kavas anezan chenchet evel eun all en e blas; deut oa da vezan hegarat en kenver an holl, ha gouzanv a rê e boaniou a galon vat. Bezan en devoe eur maro kaer. Katel, pa ne oa mui netra ouz he derc'hel er bed, a yeas da hospital Jen, hag eno, epad meur a vla, e servijas ar re glanv, gant evezded ha teneredigez eur vamm; n'he deveze rukun ouz netra; ne oa ket awalc'h d'ezi, zoken, ober vad da dud an hospital : kerkent ha ma kleve hano eus klanvourien paour kêr, ec'h ee war o zro, hag e kase d'eze kement o deveze ezom. He c'harante evit he c'hlanvourien a'n em diskouezas, dreist-oll, epad ar vosen a gastizas Jen, er bla 1497 hag er bla 1501. Souezus eo klevet hano eus he finijennou. Tremen a reas tri warn-ugent koaraïz ha tri warn-ugent azvent hep tamm; epad ar yuniou-ze, e tostae bemde ouz an dôl zantel, ha goude-ze, war an de, e kemere, beb an amzer, eur werennad dour bennak gant beradou gwinegr hag eur meutadig holen en e douez. Mervel a reas d'an 13 a viz gwengolo 1510, en eur lavaret ar geriou-man : « Ma Zad, etre ho taouarn e c'hourc'hemennan ma ene. » He medesin hag a oa kousket pa oa war he zremenvan, a zihunas a greiz e gousk hag a glevas anezi o lavaret d'ezan : «Kenavo, mont a ran d'ar baradoz ! » Daoust d'ar pevar-c'hant vla a zo tremenet abaoue he maro, he c'horf a chom bepred en e bez. B O K E D An neb zo didrue en kenver ar re-all, arabad d'ezan bezan en gortoz e vefe Doue trugarezuz en egenver. An neb a fell d'ezan miret ha kreski karante Doue en e galon, a dle poanial da vougan enni karante ar bed. SANT AUGUSTIN. Pevarzekvet devez a viz Gwengolo Gouel ar Groaz Gonezet 628 Meulomp, meulomp a vouez uhel Jezuz hag e groaz santel. Santez Helena, mamm Konstantin, pa gavas ar groaz santel war mene Kalvar (326), a gasas eul lodennig anezi ganti da Gonstantinopl hag a lezas al loden-all en Jeruzalem. Hogen, er bla 614, Kosroës, roue ar Persed, a gemeras kêr-veur ar Judevien hag a gasas gantan loden ar wir groaz lezet eno gant santez Helena; mes ar Gresianed hen trec'has d'o zro, pevarzek vla goude, hag e vab Siroës a restôlas loden ar wir groaz d'an impalaer Heraklius; heman a zigasas anezi da Jeruzalem, hag e c'hoantaas, zoken, he dougen war e skoa eus kêr da vene Kalvar. Mes pa oa o tremen dre an nor a sko war hent ar mene, en em gavas ken dalc'het en e gerzed, ma ne oa evit mont ken. Souezet oa o klask gouzout petra c'hoarveze gantan. Eskob Jeruzalem, a oa en e gichen, a lavaras d'ezan : « Marteze, ôtrou, eo re gaer an dilhad a zo war ho tro, en kichen ar re a oa war-dro Hon Zalver pa zouge ar groaz-ze e-unan war an hent-man. C'houi zo ganec'h dilhad alaouret; Jezuz-Krist a oa gwisket paour; eur gurunen perlez a zo war ho penn; war hini Jezuz-Krist e oa unan spern; eur botou a zo en ho treid, ha Jezuz-Krist a gerze diarc'hen. » Kerkent an impalaer a lemas e zilhad kaer, e gurunen hag e votou; neuze e c'hallas mont adarre, hag e tougas ar wir groaz betek an iliz en devoa savet Konstantin en he enor. Da Wener ar Groaz, an Iliz a ginnig ar groaz d'ar gristenien, evel benveg doanius merzerenti hon Zalver : « Setu aman koad ar groaz m'eo bet staget outan Salver ar bed. » Mervel krouget ouz eur groaz a zo mezus, mes pa h'ball an hini a zo marvet en doare-ze, evel m'en deus gallet Jezuz-Krist, sevel eus a varo da veo dre e c'halloud e-unan, neuze n'eus ket a ezom da gaout mez ebet o komz eus benveg e verzerenti. Abalamour da ze, sant Pôl a veze hano gantan dalc'h-mat eus kroaz an Otrou, hag abalamour da ze ive, an lliz ne deus savet daou ouel : hini an 3 a viz mae hag an hini hirie, evit rei tu d'ar gristenien da boz o zellou war groaz Hon Zalver ha da ganan, a wir galon, he meuleudiou. Drezi, mab Doue en deus flastret e benn da Zatan, oberour pep droug hag enebour pep den; « hag hen hag a oa bet trec'h dre ar c'hoad, a oe trec'het ive dre ar c'hoad. » Drezi, Mab Doue en deus dasprenet an den ha dibrennet ar baradoz; ha ganti e vezo gwelet o tiskenn eus an nenv, pa deuio, da fin ar bed, evit barn an holl dud. Meulomp eta a voues uhel Jezuz hag e groaz santel. B O K E D Bezan santel a zo gouzout dougen ar groaz ha mervel warnezi. Kaout a refet ar groaz en pep tra, hag ho kedal a raio en pep lec'h. Redet keit ha ma kerfet, n'hallfet ket tec'hel en he rôk. Ma touget anezi a galon vat, e tougo ac'hanoc'h ; ma n'he douget nemet dre heg, e ponnerafet anezi. Ma teuet da 'n em zizober eus eur groaz, e kavfet, hep mar ebet, eun all, a vezo marteze poaniusoc'h. Daoust ha kredi aret e c'hallfet chom hoc'h-unan hep dougen eun dra hag o deus renket an holl dud-all dougen ? Pehini eus ar zent en deus bevet war an douar-man heb anken ha hep kroaz ? Jezuz Hon Zalver n'en deus ket tremenet eun heur, zoken, eus e vue, hep bezan gwasket gant ar glac'har; ha c'houi a ve en gortoz da vont d'ar baradoz hep heuilh an hent en deus kemeret, hent bras ar groaz santel ? JEZUZ, SKOUER AR GRISTENIEN, II LEVR. XIIet PENNAD. Pempzekvet devez a viz Gwengolo Gouel Hano Santel Mari Dre Hano santel Mari ar zoudarded kristan a droc'h war ar Vuzulmaned en LEPANT (1571) hag en VIENN (1683) Hano Mari, kaeran hini a c'hall dont en genou eun den, goude hini Jezuz, a zinifi : Rouanez, Itron ha Stereden. An hano-ze a oe roët d'ezi, a-beurz Doue, evit diskouez n'he devoa ket he far e-touez ar grouadurien. Mari eo Rouanez an nenv hag an douar, Rouanez an Ele hag ar Zent, Rouanez ar veleien hag ar gristenien. Mari eo an Itron vras, a zo Merc'h da Zoue an Tad, Mamm da Zoue ar Mab, ha Pried da Zoue ar Spered-Santel. Mari, eme sant Bernard, eo ar stereden gaer ha skedus savet 'us da vor bras ha risklus ar bed-man. An neb ne zalc'h ket da zellet outi, a zo en danjer da fazian war e hent, da 'n em skei ouz ar c'herreg ha d'en em goll. Ma teu avel an dentasion da c'houezan war hoc'h ene, mar doc'h strafuilhet ha spontet, evel martoloded en kreiz ar c'herreg, sellet ouz ar stereden, galvet Mari d'ho sikour. Mar deo an ourgouilh, pe an anvi, pe ar c'hoant drouk-prezeg, pe eur gwall youl bennak-all eo a glask gonid ho kalon, sellet ouz ar stereden, galvet Mari d'ho sikour. Mar doc'h prest da gouezan en dizesper, o welet brasder ho pec'hejou, sonjet en hano Mari. Bep gwech ma vefet en anken, bep gwech ma vefet en eun danjer bennak, goulennet sikour digant an hano-ze. Pa lavaran hano Mari, eme c'hoaz sant Bernard, e sonjan eo hano Mamm Doue ha hano ma mamm-me ive. Sonjal a ran am eus eun advokadez dirak ma Zalver hag eun difenuourez dirak ma barner, ha neuze ma c'halon a deu da denerât en kenver eur vamm ken karantezus. Jezuz ha Mari, setu ar pez a lavaro c'hoaz ma c'halon, pa n'hallin mui finval ma zeod, ha betek ma huanad divezan, an daou hano sakr-ze a vezo evidon hanoiou a fizianz, a vennoz hag a zilvidigez. Gouel hano Santel Mari a zo grêt dre an Iliz a-bez abaoue ar XVIIet kantved. D'an 29 a viz mae 1453, Konstantinopl a gouezas dindan galloud an Turked; ar c'helou-ze a lakas an Europ a-bez en kaonv. Epad c'houec'h-ugent vla, diskibien Mahomet a glaskas beuzi ar broiou kristen en hudurnez hag er gwad. A drugare Doue hag ar Werc'hez, e oent trec'het, war vor, dirak Lepant, d'ar 7 a viz here 1571. Goude ar c'holl bras-ze, e klaskjont c'hoaz sevel o fenn, hag er bla 1683, kant hanter-kant mil aneze a deuas da lakat ar seziz war Vienn, kêr-benn ar Hongri. Ar Werc'hez he devoa roët ar gonid d'ar gristenien en Lepant, ne zilezas ket he bugale en kreiz an anken-ze. Ar polonad Yan Sobieski, evit senti ouz Innosant XI, a deuas eus e vro, de gouel Maria Hanter-Eost, hag a 'n em gavas gant ugent mil den e-tal Vienn, d'an 12 a viz gwengolo 1683. Respont a reas an oferen dirak e zoudarded; kommunian reas ha pedi, e zivrec'h en kroaz; goude-ze e roas urz da vont d'an emgann, en eur youc'hal : «Non nobis, Domine, non nobis, sed nomini tuo da gloriam : Roët gloar, Otrou, nan d'impni, mes d'hoc'h hano.» En berr amzer, an Turked aoe helpennet; lezel a rejont war dachen ar brezel dek mil korf maro, tric'hant pez kanol hag eleiz a bep seurt madou. An de war-lerc'h, Sobieski a ganas an Te Deum en iliz-veur Vienn; goude e oe grêt eur brezegen savet diwar ar ger-man : « uit homo, missus a Deo, cui nomen erat Joannes : Bezan oa eun den, digaset gant Doue, hag a oa Yan e hano. » Banniel Mahomet a oe kaset d'ar pab. Holl gristenien an Europ a dridas o klevet kelou ar viktor-ze, hag evit ma chomje hano anezi epad ar c'hantvejou, Innosant XI, d'an 29 a viz du war-lerc'h, a c'hourc'hemennas ober bep bla, dre an Iliz a-bez, gouel hano santel ar Werc'hez, o lakat anezan d'ar zul a gouezje epad eizved he ginivelez. B O K E D Mari eo ar verelaouen, War he zâl liou kaer an aour, Hi eo a zalv ar bec'herien, A bare ar c'hlanvour paour. C’houezekvet devez a viz Gwengolo SANT SYPRIAN Eskob ha merzer (***-258) Syprian a oa ginidik eus Karthaj ; e dud a oa paganed pinvidik. Daoust d’e spered kaer, ar yaouankiz a reas gaou outan; mes eur beleg eus e anaoudegez a deuas a benn d’hen gonid da Jezuz-Krist. Er bla 245, e oe badezet, daou vla goude, beleget, ha tri bla hepken goude, grêt eskob, ha laket war gador iliz Karthaj. Ar c’hentan a oe o kaout dispans eus ar gourc’hemen douget gant an abostol bras, pa lavare, en e gentan lizer da Dimothe, e vije arabad lakat da eskob eun den neve badezet. En e amzer, Des a zigoras ar seizvet brezel grêt gant impalaered Rom d’ar gristenien, hag a oe eun tamm mat gwasoc’h eget ar c’houec’h-all a oa bet grêt en e rôk. Gourc’hemenn a reas d’e c’houarnerien ober d’an holl gristenien, bras ha bihan, paour ha pinvidik, nac’h o fe, ha lazan pe harlui kement hini n’hen graje ket. Niver a dud a nac’has neuze o le, dreist-oll en Afrik; en koulz ebet, daoust d’ar brezeliou a oa bet grêt d’ezi, an Iliz n’he devoa gwelet kement eus he bugale o trei kein d’ezi; gwelet e oe neuze ar mab hag ar breur o vont d’ar prizon, hag ar vamm hag ar c’hoar o kinnig ezanz; gwelet e oe neuze eur wreg kaset d’an templ, en despet d’ezi, hag he fried hag he c’herent o kregi en he daouarn, evit ober d’ezi teurel ezans war an ôter ; ar gristenez a ’n em zifrete hag a youc’he : « N’eo ket me eo; c’houi eo ho peus grêt ! » Daou bried o devoa kemeret an tec’h, o lezel war o lerc’h o merc’h vihan; ar vagerez a gasas houman d’an templ, hag evel ma ne zebre ket c’hoaz a gig, e reas d’ezi sunan eun tamm bara soubet er gwin konsakret d’an idolou. Mes tristan oa, oa gwelet beleien ha, zoken, eun eskob bennak, a kaout ar galon da nac’h Jezuz-Krist. Koulskoude, an nac’herien a oe strafuilhet ouspen eur wech, rak Doue a ziskoueze, beb an amzer, an droug a oa ennan. Unan aneze a deuas da vezan mut pa oa o kinnig ezanz; eleiz, gant a geun o dije, a goueze en dizesper hag a golle o spered. Hiniennou, goude bezan troet kein d’o relijion, a glaske c’hoaz tostât ouz ar zakramanchou, mes eun dorn ha ne weled ket a rê d’eze mont a-drenv. Eur verc’h yaouank hag he devoa kinniget ezanz d’an doueou a varvas o sevel diouz an dôl zantel. Eun nac’her a dostaas ouz tol ar Zakramant, a zigemeras an hosti santel war bal e zorn, evel ma oa ar c’hiz en amzer-ze, ha pac’h eas da gas ar gommunion d’e c’henou, e welas n’en devoa mui en e zorn nemet eun tammik ludu. Zoken, eur bugel bihan, hag a oa bet sôtret e deod d’ezan gant ar gwin konsakret d’an idolou, n’hallas ken evan diouz kalur ar gwad presius, ha dal ma tivere eur berad bennak eu e c’henou, etôle anezan er-mêz bep gwech. Ar skoueriou-ze a lakas spouron da zevel etouez ar gristenien, hag a viras ouz niver an nac’herien da vont war gresk. Syprian, hen, pa welas e oad o tont d’ezan, a yeas da guz demdost da gêr, hag a dalc’has ac’hane da c’houarn e iliz ; en doare-ze, e reas eun tamm mat muioc’h a vad eget n’en dije grêt o ehom da astenn e c’houg da gleze ar bourreo. Goude bezan bet pevarzek pe bemzek miz en e doull kuz, e c’hallas dizrei da Garthaj. Dougen a reas neuze eur gourc’hemen leun a furnez da lavaret ne vije addigemeret en Iliz ar gristenien o devoa nac’het o le, nemet p’o dije grêt eur binijen gwirion. Syprian a zavas levriou kaer, a zo anavezetoc’h evit an heol, eme sant Jerom; an hini aneze en deus ar muian a dalvoudegez eo an hini a reas war unanded an Iliz : de Unitate Ecclesio?. Diskouez a ra el levr-ze eo Iliz Rom mamm ha mestrez an holl ilizou, hag eo red chom ganti evit bezan war an hent mat. En amzer an impalaer Valerian, e tigoras adarre ar brezel eneb ar gristenien. Syprian, goude bezan bet harluet eur pennad en Kuuib, a oe kondaonet da vezan dibennet. Eleiz a gristenien a oa et gantan da di ar gouarner, ha pa glevjont e varnedigez, e lavarjont : « Ha ni ive a c’houlenn bezan dibennet gantan. » Heuilh a rejont anezan war dachen Sexti, elec’h ma tleed e lazan. Eleiz a bigne er gwe a oa tro-war-dro an dachen, evit gwelet gwelloc’h. Syprian a gouezas d’an daoulin, a lemas e vantel hag a bedas, e benn stouet d’an douar; goude-ze e tennas e zaë, hag en korf e roched e c’hortozas ar bourreo; p’en em gavas, an eskob santel a roas urz da rei d’ezan pemp warn-ugent pez aour. En keit-se, ar gristenien a astenne endro d’ar merzer lienennou da zastum e wad. Syprian a vouchas e-unan e zaoulagad; eur beleg hag eun abostoler, hanvet Julian an eil hag egile, a liammas e zaouarn, hag e oe skoet gantan tol ar maro. Pa deuas an noz, e teujod gant goleier hag en eur ganan da gas e gorf da vered Macrobius Gandidus. SANT KORNELI Ober a rêr hirie ive, gouel sant Korneli, a c’houarnas Iliz Rom daou viz warn-ugent, hag a varvas en harlu, en Civita-Vecchia (253), pemp bla, de ’vit de, arôk sant Syprian. Enoret eo, dreist-oll, en Karnak, en Bro-Wened. B O K E D Doue n’eo mui tad an hini n’eo mui an Iliz e vamm. Sant Syprian Seitekvet devez a viz Gwengolo Gouliou sant Fransez 1224 Daou vla bennak arôk ma nijas e ene d'ar baradoz, Fransez, servijer bras Hon Zalver Jezuz-Krist, a 'n 'em dennas war mene Alvern, evit ober eur yun a zaou-ugent devez, en enor d'an ôtrou sant Mikêl. Hogen, eun devez, da c'houlou-de, war-dro gouel ar groaz gonezet, e oa o pedi ouz koste ar mene. En eun tol, e welas o tiskenn eus barr an neuv eur seraphin, c'houec'h askel d'ezan ken skedus hag an tân. An êl-ze a nijas betek ennan hag a chomas dirazan, dibrad en êr, skeuden Jezuz-Krist stag ouz ar groaz harpet war e iskili. Ar gwel-ze a sebezas Fransez; al levenez hag ar glac'har a deue, beb eil, da gargan e galon; levenez, abalamour ma oa e Zoue dirak e zaoulagad; glac'har, abalamour m'hen gwele war ar groaz, e zaouarn hag e dreid treuzet gant tachou bras, hag e galon digor. An hini a 'n em ziskoueze en diavêz a sklerijennas anezan en diabarz : Fransez a gomprenas, evel ma n'halle mui Hon Zalver, abaoue m'oa pignet en nenv, gouzanv poan ebet ken, e tlee tan ar garante, ha nan merzerenti e gorf, hen lakat, lien e-unan, da drei en eun eil Jezuz-Krist. Goude bezan komzet gant Fransez, evel ma komzer gant eur mignon, ar seraphin a bignas en nenv en eur lezel en e zaouarn, en e dreid hag en e galon, pemp gouli henvel ouz ar re oa o paouez gwelet. E zaouarn hag e dreid a oa 'vel pa vijent treuzet gant tachou bras, teo ha du o fennou, ha kammet o begou. Gouli e galon a oa ledan ha digor, hag a wade alïes. Fransez, p'en devoe achuet e goaraïz en enor da zant Mikêl, a ziskennas diwar ar mene, gouliou Jezuz-Krist moullet d'ezan, nan war ar men pe war ar c'hoad, mes war e gorf, gant biz an Doue beo. Klask a rê koach, gwellan m'halle, ar burzud grêt en e genver, mes kaer en deveze derc'hel e zaouarn goloet ha dougen boteier, hen hag a valee bepred diarc'hen arôk, n'halle ket kuz mat awalc'h tensoriou an nenv. Eleiz eus e venec'h, meur a gardinal hag ar pab Alexandr IV, o deus touet o devoa gwelet, gant o daoulagad o-unan, gouliou ar zant epad e vue. Pa oa war ar varv-skaon, ouspen hanter-kant lean, santez Klara hag he leanezed, hag eur bobl tud o deus gallet tostât oute o daouarn hag o muzellou. Gouli e goste, epad e vue, n'halled e welet nemet dre laer; met anat awalc'h e oa, diouz ar gwad a veze war dilhad ar zant, pa roë aneze da walc'hi. D'e varo, an holl a c'hallas gwelet gouli ar galon, evel ar pevar-all, ha pokat d'ezan gant doujanz. Beneat XI (1803) a c'hourc'hemennas ma vije grêt bep bla gouel gouliou sant Fransez, en e Urz, ha tri-c'hant vla goude, Pôl V a c'hoantaas e vije grêt dre an Iliz a-bez. B O K E D Evidon-me, ne c'hoantaan en em veuli nemet en kroaz hon Otrou Jezuz-Krist; drezi, ar bed a zo bet staget ouz ar groaz evidon ha me evit ar bed; rak merkou an Otrou Jezuz a zougan war ma c'horf. SANT POL, AD. GAL. VI 14, 17 Triouec'hvet devez a viz Gwengolo Sant Jozef Kopertino 1603-1663 Jozef Desa a zo un an eus ar zent a nec'h ar muian an dud dife, kement a vurzudou a reas en e vue. Genel a reas en kêrig Kopertino, en eskopti Nardo, en rouantelez Napl, d'ar 17 a vezeven 1603. E vamm a zavas anezan ervat; d'an disteran fazi a rê, e veze gourdrouzet : dal ma c'hallas bale, e blijadur oa bezan war-dro an ilizou hag an ôteriou; en eur c'hornig eus ti e dud e savas eun ôter vihan; elec'h mont da c'hoari gant bugale-all e oad, e chome dirazi da lavaret e rozera. Goude bezan bet eur pennad er skol, ec'h eas da gereer, ha da seitek vla, dre ne gave ket ar vicher-ze diouz e zoare, e c'houlennas digemer en manati sant Fransez; mes ne oa ket eiz miz ma oa ennan, ma oe tôlet er-mêz, evel eun den ha ne oa mat da netra. Koulskoude, e vamm, war bouez pedi hag aspedi, a deuas a benn da c'hallout kaout dor-zigor evitan en della Grotella; eno e wiskas saë sant Fransez, ha zoken, daoust pegen nebeut a zeskadurez en devoa, e oe heleget, abalamour d'e zantelez, d'ar 4 a viz meurz 1628. Goude e velegiach, e tremenas pemp bla hep dibri eun tamm bara ha heb evan eur banne gwin; ne gemere d'e brejou nemet fa ha gwriziou louzou; en em skourjezan rê bep noz, ken ma vane e alan ennan, ha dougen a rê eur gouriz reun, goloet a vroudou. Neuze eo e c'hoarvezas gantan ar burzudou a vrudas e hano; a greiz oferennan, a greiz bale hag, a-wechou zoken, a greiz dibri, pa gleve hano eus a Jezuz pe eus a Vari, pe pa lake e spered gant gened ha karante an Otrou Doue, e veze dibradet diouz an douar, hag e chome evelse pennadou mat en êr, e zaoulagad troet warzu an nenv. Kement-se a c'hoarvezas dirak milierou tud, re vat ha re dife, ha zoken, eur wech, dirak ar pab Urban VIII e-unan. Eur ger a-beurz e vistri a veze awalc'h evit ober d'ezan diskenn d'an douar, ha neuze e veze gwelet e zioujod o ruzian bag e zaerou o redek. Ken alïes e c'hoarveze ar burzud-ze, ma c'heller lavaret e tremenas an hanter eus e vue dibrad diouz an douar. Izel oa a galon, ha c'hoant en deveze da dremen dirak an dud evit eur pec'her bras. Eun devez e kavas war e hent eur c'hrouadurig tri bla, a valee krog en dorn e vamm; Jozef a blegas da bokat d'ezan : - Bihanig, emezan, lavar breman eveldon : ar breur Jozef a zo eur pec'her bras, hag a verit mont d'an ifern. Ar bugel, daoust ne oa ket c'hoaz distagellet kaer e deod, a lavaras kerkent, gant eur vouez skler : - Ar breur Jozef a zo eur zant bras hag a verit mont d'ar baradoz. Jozef a reas sin da jachan war e skouarn, hag en eur gomz treutoc'h outan, e klaskas e lakat da lavaret eveltan ; mes ter gwech dioustu, ar c'hrouadur a lavaras ar mêmes tra. Goude bezan tremenet c'houezek vla en della Grotella, ec'h eas, epad trizek vla, da chom da Asiz. Eno en em diskouejod kri en e genver, mes ar miraklou a dalc'he bepred. Neuze Urban VIII a reas e gas da vanati Petra Rubea. Pa oe lavaret d'ezan mont di, e teuas da chanch liou : « Petra, emezan, d'ar prizon e fel d'ec'h kas ac'hanon 'ta ? » Mes dioustu e voustras war e galon hag ec'h eas en hent, al levenez war e dâl, hag ar mousc'hoarz war e vuzellou. En em gavet en Petra Rubea, e oe difennet outan gwelet eur c'hristen, a-ziavêz eus tud ar manati. Ne c'houlennas biskoaz perak e oad ken striz en e genver. Evit chom hep bezan doaniet gant treo zo, eo red bezan roc'h pe Doue, eme sant Jerom : vel saxum, vel Deus. Ar breur Jozef ne oa na roc'h na Doue, mes eun den ne oa ken anezan, kennebeut. Deut oa ha ne gave blaz ebet na gant ar pez a zebre, na gant ar pez a eve. Kaer a oa bet klask kuz ar zant ouz an dud, an dud a deue a vil-vern da glask ar zant. Pa weljod an dra-ze, e oe kaset en kuz da Fossombron; mes ar miraklou en devoa grêt betek neuze ne oant netra en kichen ar re a reas epad an tri bla a dremenas en Fossombron. Dont a rêr da vezan henvel ouz ar pez a garer, a lavar Oze : Facti sunt sicut ea quœ dilexerunt. Jozef ive a deuas, evel Doue, da anaout an anizer da zont hag an treo kuzetan, ken an dud en stal a bec'hed o devoa aon o tostât outan. D'ar 7 a viz genver 1655, o vezan ne gave ket ar c'hloc'her a zilhad-oferen eus al liou m'oa red kaout evit oferennan en de-ze, ar breur Jozef a lavaras d'ezan digas dilhad du, rak emezan, en Rom ar pab a zo o paouez mervel. Ha gwir oa. D'an 10 a viz gouere 1657, ar zant a oe kaset erfin da Osima, elec'h ma roas e ene kaer da Zoue, d'an 18 a vis gwengolo 1663. Beneat XIV a lakas anezan en renk an dud eürus, dek vla ha pevar-ugent goude, ha Klemant XIII, en renk ar zent, er bla 1767. B O K E D Karet Doue : an neb en deus ar garante-ze a zo pinvidik awalc'h, goude ma n'hen gouvefe ket. SANT JOZEF KOPERTINO. Naontekvet devez a viz Gwengolo Itron-Varia ar Salet 1846 D'an 19 a viz gwengolo 1846, sadorn an daouzek deiou, er blavez-ze, da heur gousperou kentan Itron Varia ar seiz glac'har, ar Werc'hez a deurvezas en em ziskouez da zaou vesaër bihan, Maximin Giraud, oajet a unnek vla, ha Melani Calvat Matthieu, oajet a bevarzek vla, a oa o chom er Salet, en kichenik Grenobl. Ginidik oant o-daou eus a Gorps, ha neve deut oant da chom d'ar Salet. D'an 18 a viz gwengolo, en em weljont evit ar wech kentan. An de war-lerc'h, en em gavjont adarre o-daou, abredik mat, an eil gant egile An amzer a oa kaer, hag e pignjont da ziwall saout o mistri.war mene Planeau.War-dro kreiste, ec'h ejont da gemer o fred war mein renket evel skabellou, tro-war-dro d'eur feunteun êt da hesk, hanvet er vro ar feunteun vihan. Goude bezan bet oc'h evan dour en feunteun ar wased, a rede uheloc'h, e tiskennjont hag en em doljont da gousket war ar c'hlazen, eur pennadik an eil diouz egile, seier o bara en o c'hichen. War-dro div heur hanter bennak, Melani, dihunet da gentan, a lavaras da Vaximin : « Deomp da welet pelec'h eman ar zaout, » hag e treuzjont ar waz, hag e kavjont o loened gourvezet ouz koste mene Gargas. Diskenn a rejont raktal da gerc'hat o zeier; Melani a valee da gentan. En eun tol, e chom a-zav, sebezet, o welet dirazi eur sklerder o kargan an draouien; ha hi da lavaret d'ar pôtrig : « Deus buhan 'ta, da welet petra zo du-hont ! » Hag o vezan tostaet, e kavjont eun itron gaer, azezet elec'h ma oant bet o tibri o lein, he zreid ganti er feunteun dizec'het. Melani a oe strafuilhet : « O ma Doue ! » emezi, hag e lôskaas he baz da gouezan. « Dalc'h mat d'az baz, a lavaras d'ezi Maximin, abalamour d'it d'en em zifenn, ouz red. » Neuze an itron gaer a zavas en he zav, a groazias he daouarn war he feultrin, ha gant eur vouez flour evel hiboud an dour, e lavaras : « Tostaet, bugale ; n'ho pezet aon ebet; me zo deut aman da zigas d'ec'h eur c'helou bras. » Hag o vezan grêt eun nebeut kammejou, en em gavas el lec'h m'oa bet ar vugale oc'h ober o hun-kreiste, hag e lavaras d'eze, an daerou o kouezan puilh eus he daoulagad : «Ma ne fell ket d'am foble plegan, e vezo red d'in lezel brec'h ma Mab da gouezan warnan..... ken ponner eo, ma n'on mui evit he dougen. Roët am eus d'ec'h c'houec'h devez evit labourât; miret am eus ar zeizvet, hag e zo poan ouz hen rei d'in ; an dra-ze eo a bonnera brec'h ma Mab. » Ar re a ve en hent gant ar c'hirri n'int ket goest da doui nemet dre hano ma Mab; setu aze an daou dra a bonnera kement e vrec'h. Mac'h a an eost da goll, n'eo nemet abalamour da ze. Hen diskouezet am eus d'ec'h warlene, dre an avalou-douar; n'ho peus grêt van ebet, ar c'hontrol eo; pa gavec'h avalou brein, e pec'hec'h hag e touec'h dre hano ma Mab. Derc'hel a refont da vreinan, hag a-benn Nedeleg ne vezo ken. » Ma karont dizrei ouz Doue, ar vein hag ar c'herreg a droio en ed, hag an avalou-douar a zavo a vil-vern en douarou. » Neuze an itron gaer a c'houlennas ouz ar vugale : - Ha mat e ret-hu ho pedennou, bugale ? - Oh ! nan, itron, emeze, ken didroïdel ha tra, n'o greomp ket kaer. - Oh ! ma bugale, emezi, red eo lavaret mat ho pedennou, noz ha beure; pa n'hallfet ket lavaret hirroc'h, leveret, da vihanan, eur Bater hag eun Ave Maria, ha p'ho pezo amzer, e vezo red d'ec'h lavaret muioc'h. » Ne ve en oferen nemet eur plac'h koz bennak; ar re-all a labour bep sul, epad an hanv, hag er goanv, pa n'ouzont ket petra d'ober, ec'h eont d'an oferen d'ober gwap ouz ar relijion. » Epad ar c'hoaraïz, e weler aneze o vont d'ar gigeri evel chas. » N'ho peus ket gwelet a ed korbonet ? » a c'houlennas an itron gaer. - Oh ! nan ! eme ar vugale. - Te, da vihanan, emezi da Vaximin, teus gwelet eur wech, en douar ar C'horn, gant da dad. Perc'h an dachen a lavare d'az tad : « Deut da welet ma ed korbonet», hag ec'h ejoc'h gantan ho-taou. Kemer a reas daou pe dri benn ed etre e zaouarn, ha d'an disteran e wraske warneze, ec'h ênt en ludu. Pa oac'h c'hoaz eun hanter-heur diouz Korps, da dad a roas d'it eun tamm bara, en eur lavaret : «Sell, pôtr, debr bara c'hoaz er bla-man; mes n'ouzon ket piou hen graio da vla, ma talc'h an ed da vont da fall en doare-ze. » - Oh ! ya, itron, eme Vaximin, sonj am eus breman. Hag ar Werc'hez a gimiadas diouz an daou vesaër, en eur lavaret : « Mat, ma bugale, c'houi a roio da anaout an treo-man d'am fobl a-bez. » Ar vrud eus ar pez o devoa gwelet ha klevet Maximin ha Melani a yeas, evel eul luc'heden, dre ar vro. Eskob Grenobl a reas ober eun enklask, ha d'an 19 a viz gwengolo 1851, e kasas eul lizer da gristenien e eskopti da lavaret d'eze e c'helled kredi, hep mar ebet, e oa en em ziskouezet Mamm Doue war mene ar Salet. D'an 19 a viz gwengolo 1879, an iliz savet el lec'h m'oa bet gwelet ar Werc'hez a oe konsakret gant an ôtrou Paulinier, arc'heskob Bezanson, hag an de war-lerc'h, an ôtrou kardinal Guibert, arc'heskob Pariz, a gurunas, en hano Leon XIII, skeuden neve Itron-Varia ar Salet, dirak 15.000 pardoner. En eskopti Leon, e-tal Montroulez, an ôtrou a Germenguy en deus laket sevel eur chapel eus ar re goantan en enor da Itron-Varia ar Salet. Sant Sezni En de-man, en em gav ive gouel sant Sezni, eskob en Iverzon, mare ar Vet kantved; bezan eo patron Guisseny (Bro-Leon), elec'h m'eman e ve, ha Trezeny (Bro-Dreger). En Trezeny e ve grêt e bardon an trede zul a viz gwengolo. B O K E D Dallet oamp holl ha mêvet gant ar pec'hed, Heb aon na mez e lorremp ho lezen, Ha red vo c'hoaz d'ar c'hurun ha d'al luc'hed Diskouez e zo eur meslr a-us d'hon fenn ? True, ma Doue, Hon c'heun zo bras, Savet ar Frans hepdale Ken uhel ha biskoaz Ugentvet devez a viz Gwengolo SANT JANVIER Eskob ha Merzer (***-305) Janvier, ginidik eus Napl, trede eskob Benevent, a oe distaget loened goue d'e lonkan, abalamour ma ne felle ket d'ezan nachi Jezuz-Krist. O vezan ne rênt droug ebet d'ezan, e oe dibennet en Pouzzol, gant c'houec'h kristen-all : Sosius, Festus, Dider, Prokulus, Eutychius hag Akusius, en amzer an impalaer Dioklesian, er bla 305. Ar gristenien a gemeras preder da zastum o relegou; korfou sant Prokulus, sant Eutychius ha sant Akusius a chomas en Pouzzol; re sant Festus ha sant Dider a oe kaset da Venevent; hini sant Sosius a oe roët da iliz Mizen; erfin, kêr Napl he devoe korf sant Janvier. Beneventiz hen diframmas digante hag hen miras epad pemp kant vla; mes d'an 13 a viz genver 1497, ar roue Ferdinand a reas d'eze rei he zenzor d'e gêr-benn. Eskern ha ludu an eskob merzer a zo miret abaoue en Napl, en eur chapel dindan an ôter vras; en eur chapel-all e virer e benn hag e wad. Ar gwad-ze a virer en eur vured stouvet kloz. Peurliesan e ve dizec'h ha kalet; mes seitek gwech er bla, a greiz ma ve an dud en iliz o pedi, e ve gwelet o tanaoât hag o tont da vezan henvel ouz gwad beo. Kaeroc'h zo; ar vured, peurliesan, ne ve ket kalz ouspen hanter-leun ; mes en miz mae e weler ar gwad o kreski enni, hag o terc'hel da greski, a-wel d'an holl, epad nao devez; da fin an naved, ar vured a ve leun betek he goug, a-wechou zoken, e ve leun betek ar stouf, hag e chom evelse betek miz gwengolo war-lerc'h. En rniz gwengolo, e c'hoarve eun neventi-all : ar gwad a deu da izelât., Goueliou miz gwengolo a bad eiz de dioustu, adalek an 19, de-ar-bla merzerenti ar zant. En devez-ze, kerkent ha ma ve tanaoaet ar gwad, e ve leun ar vured gantan, evel d'an de divezan eus goueliou miz mae, mes raktal en em lak da izelât. A-wechou e tisken en pemp pe c'houec'h munut, a-wechou-all, e lak euu devez, hag a-wechou zoken, ne goac'h oll nemet da fin an eizved. Rak-se 'ta, ar gwad-ze a danaoa, a vrasa hag a vihana e vent; pa bouezer ar vured eman enni, hag a zo stouvet kloz pell amzer zo, e weler e teu he fouez da vrasât ha da vihanât, diouz ma sav pe mac'h izela enni ar gwad. Eun dra-all 'zo c'hoaz, hag a c'hoarve en Pouzzol, el lec'h ma oe merzeriet an eskob santel, eul leo hanter diouz Napl. Eno, en magor an iliz savet war dachen ar verzerenti, e virer eur inen a eiz santimetr ha tregont a hed, war c'houec'h santimetr ha tregont a lec'hed, pikou ru tenval ha pikou briz warnezan. Hogen, diou wech er bla, ar pikou briz a deu da vezan ru, hag ar pikou ru tenval a deu da vezan ru-beo. Ar burzud-ze a c'hoarve just d'an heur ma ve gwad sant Janvier o tanaoât en Napl. Ar pevar dra burzudus-ze, e tremen tri aneze en Napl hag ar pevare en Poussol, a ra ar pez a hanver mirakl sant Janvier. Eur mirakl eo hag a zo deut skridou betek ennomp, diwar e benn, abaoue ar bla 1389, hag eur mirakl eo hag a c'hall c'hoaz gwelet kement hini a gar mont da bardonan da Napl. Ar gwad, eur wech kaledet, n'eman ket ar c'hiz gantan da danaoat; hogen, hini sant Janvier, abaoue ar bla 1389, a zo deut d'hen ober 10.000 gwech bennak, da lavaret eo, seitek gwech bep bla, an eil bla 'n egile. Daoust m'eo stouvet kloz goug ar vured, pomz ha ment ar gwad a weler o vrasât hag o vihanât beb eil; an dra-ze ive a zo eun neventi hag a zo dreist non spered, rak eun dra, evit kreski ha ponnerât, en deus ezom e teufe treo-all d'en em veskan gantan, pe d'en em stagan outan. Ar pez a welomp o c'hoarvezout en Napl n'eo ket herve lezennou an natur; Doue hepken eta a c'hall hen ober, ha mirakl sant Janvier a zo eur gwir virakl. B O K E D Arabad eo e vefe goest ar gourdrouzou da lakat ac'hanoc'h da . Dalc'het slart on ho fe. Ma lakomp non holl fizianz en Doue, o vefomp trec'h da gounnar hon enebourien. Kentan devez warn-ugent a viz Gwengolo SANT VAZE Abostol hag avieler Maze, ginidik eus ar Galile, a oa eur publikan, da lavaret eo, e oa unan eus ar bôtred karget da zastum ar gwiriou d'ar Romaned e-touez ar Judevien. Eun den oa eta, hag abalamour d'e vicher, a oa gwelet fall gant e genvroïz. Eun devez, Jezuz, o tremen hed-a-hed mor Jenezareth, a gavas anezan azezet en e vureo hag a lavaras d'ezan : « Deut d'am heul. » Maze a zavas hag a zentas war an tol ouz gourc'hemen an Otrou. Prest goude e reas eul lein vras en e di. Jezuz hag e ziskibien a deuas, ha kalz publikaned ha kalz pec'herien a azezas ouz tol gante. An Doktored hag ar Pharisianed, o welet e tebre an Otrou gant ar bublikaned ha gant ar bec'herien, a c'hrozmole hag a lavare d'an eskibien : Perak e tebr hag ec'h ev ho mestr gant ar bublikaned ha gant ar bec'herien ? O vezan klevet an dra-ze, Jezuz a lavaras d'eze : - N'eo ket ar re yac'h eo o deus ezom eus ar medesin, mes ar re glanv ; n'on ket deut da c'hervel an dud just d'ar binijen, mes ar bec'herien. Diwar neuze, Maze ne dec'has ken diwar-dro Hon Zalver, ha ne gollas ket unan eus e gonizou. Nao bla hepken goude m'oa pignet en nenv, e lakas dre skrid e vue hag e gomzou, ha rei a reas d'e levr an hano a Gelou mat (Aviel), abalamour ma roë da anaout d'an dud e oa deut Mab Doue war an douar da zigeri, gant koad e groaz, dorojou arbaradoz, prennet gant gwezen ar pec'hed. Pa gemeras an Ebestel pep-hini e gorn eus ar bed, evit prezek ennan ar fe, sant Vaze a yeas d'an Ethiopi, hag eno e skuilhas e wad evit Jezuz-Krist. E gorf a oe sebeliet en Kaireh, kêr-benn an Ejipt, elec'h ma chomas eiz kant vla bennak. En navet kantved, pa gouezas ar vro dindan galloud an dud divade, sant Vaze a c'hoantaas gwelet e relegou o vont en eur vro gristen. En em ziskouez a reas da varc'hadourien breizad a oa et da Gaireh, hag e lavaras d'eze en brezoneg : - Eus a belec'h oc'h-c'houi, ma breudeur, hag evit petra oc'h deut aman ? Hag i a lavare : - Ni a zo Bretoned hag a red ar bed oc'h ober marc'hajou. An abostol a lavaras d'eze neuze piou oa, hag o vezan roët da anaout d'eze pelec'h e oa e gorf, e pedas aneze d'e gas gante d'o bro. Ar Vretoned a reas evel m'oa bet kemennet d'eze; kaout a rejont ar be, tennan a rejont gant doujanz ar relegou anezan da gas gante d'o lestr, ha raktal e stignjont al lien da zont etrezek ar gêr. Buhan e rejont an hent, rak an amzer a oa eus ar c'haeran. P'en em gavjont en Bro-Leon, e kasjont kelou d'o c'henvroïz; Salaïin, a oa en amzer-ze roue Breiz, a deuas war an ôd gant ôtrone vrasan e rouantelez, da ziarbean ar relegou santel. Klask a rejod tostât al lestr ouz ar c'hae; mes kaer a oa chachan warnan, ne flache tamm. Neuze Riwalen, eus Bro-Gerne, galloudusan ôtrou a oa en Breiz, a lavaras d'ar roue : - Otrou, emezan, anaout a ret ar c'hiz fall a zo er vro-man. Pa n'hall ket eun tiegez paean ar gwiriou a dle d'ar roue, e kemerer ennan daou pe dri vugel hag e werzer aneze evel sklavourien d'an diavezidi a deu d'ar porz-man, hag e laker an arc'hant a doucher evite da baean ar gwir. Ar c'hiz goueze hag ne deus laket rei d'al lec'h-man an hano a Borz-Keinvan, a zisplij, hep mar ebet, da zant Vaze. Torret anezi eta, ôtrou roue, ha gwestlet d'ezan, diwar vreman, ar vugale reuzeudik-ze a veze diframmet digant o zud ha gwerzet da vont da bell-bro. Dal m'ho pezo grêt an dra-ze, an abostol santel a vezo laouen oc'h ober e zisken en hon zouez. Salaün a douas war relegou ar zant ober ar pez a c'houlenne outan an ôtrou Riwalen; kerkent, skanv evel eul lapouz, al lestr a yeas da stokan ouz ar c'hae. Korf an abostol a oe douget gant lid bras d'an douar, ha savet e oe, evit rei digemer d'ezan, eun iliz kaer, a oe hanvet Lok-Maze Penn-ar-bed. Relegou sant Vaze ne chomjont ket kant vla en Breiz-Izel; sammet e oent gant al laeron-vor, hag er bla 954 e klever hano aneze en Salern, en traou an Itali. Evit rei repu d'eze, e oe savet eun iliz neve a oe konsakret gant ar pab bras Gregor VII, er bla 1085. K E N T E L Petra dalv d'an den gonid ar bed holl, mar teu da goll e eue ? Klasket, da gentan, rouantelez Doue, hag an treo-all a vezo roët d'ec'h war ar marc'had. AVIEL SANT VAZE Eil devez warn-ugent a viz Gwengolo Sant Thomas Villanova Arc'heskob Valanz (1488-1555) Thomas, gloar iliz Spagn er XVIet kantved, a oe ganet er bla 1488, en Fuenlana, er C'hastilh. Lezhanvet e oe Villanova, abalamour ma oe savet en eur gêr vihan eus an hano-ze. Deski reas abred gant e dud bezan mat en kenver ar beorien. Da bempzek vla, e oe kaset da skol-veur Alcala, neve savet c'hoaz neuze gant ar c'hardinal Ximenes. Ober a reas eno e studi gant enor, hag ac'hane ec'h eas d'ober skol da Salarnank. Evel an abostol sant Thomas, e klaskas ar wirione gant aked ; evel sant Thomas Akin, e prezegas ar wirione rik ; hag evel sant Thomas Kantorbery, e tifennas anezi gant nerz-kalon. Da eiz vla warn-ugent, e wiskas saë menec'h sant Augustin, hag e oe eur skouer evit an holl dre e izelded, e zousder hag e c'hlanded a galon, ha dreist-oll, dre e drugare; bemde e chome eur pennad mat da bedi, e spered savet warzu treo an nenv. Ken santel ha ken desket oa, ma oe grêt d'ezan mont da brezek; diniver eo an dud a ziframmas eus ar pec'hed hag a lakas war hent ar zilvidigez. Galvet goude da ren e vreudeur en Salamank, en Burgos hag en Valladolid, e ouezas kaout an tu da skoulman ken brao, en e gomzou, an dousder hag an nerz, ma lakas pep tra da wellât endro d'ezan. Ne oa ket evit gouzanv al leziregez, ha gervel a rê an tech-ze brasan enebour ar zantelez. Hanvet e oe da eskob en Grenad, mes ne fellas ket gantan, evit priz ebet, kemer ar garg-ze. Dek vla goude, e oe hanvet arc'heskob en Valanz. Neuze e sentas, abalamour ma c'hourdrouzed e eskummunugan ma n'hen graje ket. Ren a reas e eskopti epad tost da unnek vla, ha bezan e oe eur pastor eus ar re zantelan. Evitan da vezan eskob, ne chenchas netra, nag en e zilhad, nag en e vevanz a vanac'h; kreski reas, avat, e aluzennou, ha pa varvas, ar gwele oa warnan ne oa mui d'ezan. Rei a reas e ene d'e Grouer, da ouel ar Werc'hez, en miz gwengolo, er bla 1555, o ren e seizvet bla ha tri-ugent. Doue a embannas santelez e zervijer dre ar miraklou a reas arôk ha goude e varo. Eur wech e c'hrignol a oa goullo; ar c'hroueriad ed divezan a oa roët d'ar paour. En eun tol, e oe kavet leun-chouk. Eur c'hrouadur maro o vezan bet douget war e ve, a gavas ar vue. Alexandr VII, o klevet hano eus ar burzudou-ze hag eus a re-all c'hoaz, e lakas en renk ar zent, er bla 1658. SANT MAURIS Ober a rêr hirie ive gouel an ofiser bras sant Mauris, ha hini e c'houec'h mil soudard a oe merzeriet en kichen Martigny, er Suis, abalamour ma ne felle ket d'eze kemer peurz en eur zakrifis en enor d'an idolou (286). B O K E D Ma ho peus c'hoant e selaoufe Doue ho peden, selaouet hini ar paour; ma ho peus c'hoant e teufe Doue da evesât ouz hoc'h ezomrnou, evesaet ouz re ar paour; et, dreist-oll, da gas d'ar re ne gredont ket goulenn ; lezel aneze da c'hortoz an aluzen a zo ober d'eze he frenan SANT THOMAS VILLANOVA. Trede devez warn-ugent a viz Gwengolo SANTEZ THEKLA Gwerc'hez (kentan kantved) Ar werc'hez Thekla, ginidik eus a Ikon, a oe gonezet da Jezuz-Krist gant an abostol bras, hag he deus bet meuleudiou eleiz digant Tadou Santel an Iliz, a lezhanve anezi merc'h henan sant Pôl, ar gentan merzerez e-touez ar merc'hed, evel m'eo sant Stephan ar c'hentan merzer e-touez ar bôtred. Danve he devoa ha gouiziegez, ha kelou a oa ganti da zimezi d'eun den yaouank a zoare, e hano Thamyris. Mes eur wech m'he devoe grêt anaoudegez gant Jezuz-Krist, e fellas d'ezi miret he gwerc'hded dre garante evitan. Tamallet e oe neuze gant he c'herent da vezan kristenez, ha c'houezet e oe eun tântad evit he devi; ar zantez a reas sin ar groaz, ha kentoc'h eget nac'h he Doue en em dolas en tan. Raktal, eur pildour a deuas hag a vougas an tântad, hag ar verzerez n'he devoe droug ebet. Kaset e oe neuze da Antioch; eno e oe staget ouz daou gole goue, evit ma vije laket a dammou, mes an daou aneval, kaer e oa o broudan, ne flachent tamm. Neuze e oe stlapet en eun toull leun a aëred, mes a drugare Doue, e c'hallas sevel ac'hane ive hep bezan flemmet. Ar gouarner, souezet mik o welet kemend-all, a lezas ar verzerez da vale en peuc'h. Eleiz, o welet pegen birvidik oa he fe ha pegen santel oa he bue, a c'houlennas ar vadeziant. O vezan dizroet d'he bro, en em dennas war eur mene, en he zi he-unan. Erfin, oajet a zek vla ha pevar-ugent, brudet dre he vertuziou hag he miraklou, e roas he ene d'he C'hrouer. He c'horf a oe sebeliet en Seleusi. An Iliz, en pedennou an dud war o zremenvan, a ra memor eus tourmanchou santez Thekla, pa lavar : 'Vel ar Werc'hez Thekla, ho peus bet diframmet Eus tri dourmant euzus, hep bezan bet gloazet, Teurvezei ive hemer, Otrou, an ene-man, Ha krennet hepdale, poaniou e dremenvan. SANT LIN 67-78 Ober a rêr c'hoaz hirie gouel sant Lin. Ginidik oa eus a Voiterra, en Etruri sturian reas bagig an Iliz dioustu war-lerc'h sant Per. Kas a rê kuit an drouk-spered diouz an dud, ha lakat, zoken, re varo da zont en bue, kement a fe hag a zantelez en devoa. Lakat a reas dre skrid ar pez a reas sant Per en kenver Simon ar Zorser. Mervel a reas goude bezan gouarnet an Iliz unnek vla; e gorf a oe sebeliet er Vatikan, en kichen hini sant Per. K E N T E L Kaset e vefet, emne Hon Zalver Jezuz-Krist d'e ziskibien, dirak al lez-varniou, tôlet e vefet er prizoniou; skourjezel e vefel er synagofou ; stlejet e vefet dirak ar rouane hag ar gouarnerien, abalamour d'am hano. Laket e vefet d'ar maro ha kasaet gant an holl boblou, abalamour d'am hano. An hini en devo dalc'het mat betek ar fin, hennez a vevo salvet. AVIEL SANT MARK. XIII. 9. 13 Pevare devez warn-ugent a viz Gwengolo Gouel an Itron-Varia-Drugare En amzer gwechall, an dam vrasan hag an darn wellan eus ar Spagn a oa dindan galloud ar Vorianed, hag eun niver bras a gristenien, sklavourien dindane, a oa en danjer da nac'h o fe ha da goll o baradoz. Rouanez an nenv hag an douar, o welet kemend-all a reuziou o skei he bugale, a deurvezas diskouez he zrugare en o c'henver. En noz gouel Per-en-ereou, en em ziskouezas da Ber Nolask, den a beadra hag a zantelez, hag e lavaras d'ezan e vijent laouen bras, he Mab ha hi, ouz e welet o sevel eun Urz menec'h a vije o labour pemdeziek diframman ar gristenien eus adre daouarn an Turked. En nozvez-ze c'hoaz, ar Werc'hez vinniget a ziskennas ive da gât Raymond Pennafort ha Jemz I, roue Aragon, hag a lavaras d'eze rei gwellan ma c'halljent an dorn da Ber Nolask da gas endro al labour vras he devoa fiziet ennan. An de war-lerc'h, Per, Raymond ha Jemz a 'n em glevas o zri. Hanvan a rejont an Urz neve Urz Itron-Varia-Drugare evit dasprenan ar sklavourien. D'an 10 a viz eost 1218, e oa en e zav. Evit mont ennan, ouspen an tri le ordinal a zentidigez, a baourente hag a c'hlanded, e renked toui chom er prizon evit ar sklavourien, pa ne vije ket a arc'hant awalc'h da baean o frankiz. Ar roue Jemz a roas d'an dasprenerien ôtre da zougen skoued e armou war o skapular, hag ar pab Gregor IX a gavas mat ive gwelet sevel eun Urz neve a dlee diskouez kement a garante en kenver an nesan. Gant bennoz Doue ha skoazel ar Werc'hez, Urz Per Nolask a oe kaset dre ar bed holl. E venec'h, brudet dre o c'harante hag o zantelez, a implie o holl arnzer o tastum aluzennou e-touez ar gristenien evit dasprenan o nesan, hag a chome o-unan er prizon pa n'hallent ket, ahendall, delivran o breudeur kristen. Evit trugarekât Doue hag ar Werc'hez eus ar rnadoberou diniver o devoa skuilhet war ar gristenien, dre an Urz neve-ze, ar pab Innosant XII (1691-1700), a c'hourc'hemennas ober dre an Iliz a-bez, d'ar 24 a viz gwengolo, gouel Itron-Varia-Drugare. B O K E D Torret chaden ar bec'herien. D'ar re zo dall roët sklerijen, Pellaet diouzomp pep droug dalc'h-mat, Ha goulennet d'imp pep seurt mad Dishouezet ez oc'h eur vamm vad En henver an dud emzivad, Grêt m'hon selaouo an hini Hoc'h eus ganet evidomp-ni. Pempvet devez warn-ugent a viz Gwengolo SANT KLEOPHAS Kentan kantved Kleophas a oa unan eus diskibien hon Zalver. D'abarde an de bras ma savas an Otrou eus ar be, e oa o vont war e droad da Emmaüs, eur gêriaden hag a zo diou leo hanter bennak diouz Jeruzalem. Eun diskib-all a oa gantan, hag e komzent etreze diwar-benn an treo glac'harus a oa c'hoarvezet en deiou tremenet. Epad ma komzent evit en em sklerijennan an eil egile, setu Jezuz o tostât hag o vont gante. Mes o daoulagad n'hallent ket hen anaout. Hag e lavaras d'eze : - Eus petra e komzet etrezoc'h, ha perak oc'h-hu trist ? Kleophas a lavaras d'ezan : - Ha bezan oc'h-hu ken divroad en Jeruzalem, ma n'eus den nemedoc'h ha n'anavezfe ket ar pez a zo tremenet eno en deiou-man ? - Petra ? a lavaras hen d'eze. - Diwar-benn Jezuz Nazareth, emeze, a zo bet eur profed galloudus en e oberou hag en e gomzou, dirak Doue hag ar bobl, ha setu penôs prinsed ar veleien hag hon pennou-bras o deus roët anezan d'ar Rornaned evit bezan kondaonet d'ar maro, hag o deus e staget ouz ar groaz. Ni a oa en gortoz e vije Dasprener Israël, ha breman, goude kement-se holl, eman hirie an trede de abaoue m'eo tremenet an treo-ze. Koulskoude, darn eus ar merc'hed a oa ganimp o deus spontet ac'hanomp : et int d'ar be arôk ar sklerijen, hag int deut, hep bezan kavet e gorf, da rei kelou o deus gwelet êle hag a lavar eo beo. Unan bennak ac'hanomp a zo êt ive d'ar be hag o deus kavet an treo e giz m'o devoa lavaretar merc'hed, mes n'o deus ket egavet e-unan. - O tud diboell ! O kalonou divalo da gredi an holl dreo o deus lavaret ar brofeted ! Daoust ha ne dlee ket ar C'hrist gouzanv an holl dreo-ze, ha mont evelse en e c'hloar ? Hag o kommans dre Voyzez, ha goude-ze dre an holl brofeted, e tisplege d'eze ar pez a oa lavaret diwar e benn 'barz an holl Skrituriou. Tostât a rejont ouz ar gêriaden elec'h ma oant o vont, hag e reas sin da vont pelloc'h. Mes i a Tiras outan, en eur lavaret : « Chomet ganimp, rak an abarde a deu hag an heol a zo izel. » Mont a reas d'o heul en ti. Epad ma oa gante ouz tol, e kemeras bara, e vinnigas, e rannas, hag e kinnigas anezan d'eze. Ha setu ma tigoras o daoulagad hag hen anavezjont : mes kerkent e kolljont ar wel anezan. Neuze e lavarjont an eil d'egile : «Hon c'halon ha ne oa ket birvidik ennomp pa gomze ouzimp en hent, ha pa zisklerie d'imp ar Skrituriou ? » Hag o vezan savet war an heur, e tistrojont da Jeruzalem hag e kavjont an unnek abostol bodet, hag ar re a oa gante, hag a lavare : «Evit gwir, savet eo an Otrou eus ar be, hag en em ziskouezet eo da Zimon. » Ar re-man a ziskuilhas neuze ar pez a oa c'hoarvezet gante en hent, ha penôs o devoa e anavezet pa dorre ar bara. Kleophas, eun nebeut blaveziou goude, a oe lazet, war a leverer, gant ar Judevien, dre gasoni ouz Jezuz-Krist, 'barz an ti m'en devoa koaniet gantan. B O K E D Tôlet evez, pa ve Jezuz o vont e-biou d'ec'h, rak ma ne ret van ebet ouz hen gwelet o tremen, n'eo ket lavaret e tizrofe ken ! Time Jesum. prœtereuntem et non redeuntem. C'houec'hvet devez warn-ugent a viz Gwengolo SANT NIL Diazezour Manati Grotta-Ferrata (910-1005) Nil, eur Gresian, a deuas er bed en Rosana, er C'halabr, er bla 910. Abred e teuas da vezan eun den desket war skianchou ar bed ha war skianchou Doue. Da dregont vla, pa gollas e bried, en em dennas en eur manati, hag a-benn eun nebeut blaveziou goude, e vistri a roas d'ezan ôtre da vont da chom en e lochen e-unan, en kichen chapel Sant-Mikêl. Dont a reas hepdale da vezan brudet abalamour d'e zantelez, ha dont a read a ziwar-dro da c'houlenn aliou digantan. Eur wech, eun toullad ôtrone a deuas d'e gaout, evit gwelet ha bras oa e ouiziegez, kentoc'h eget evit deski gantan hent ar zantelez. Nil ne oe ket nec'het gante. Goude bezan o saludet ha grêt eur beden, e kinnigas d'ar c'hentan aneze eul levrig gant pennadou-skrid ennan diwar-benn niver bihan an dud salvet. Evel ma kave an ôtrone re c'haro ar skridou-ze, ar zant a ziskouezas d'eze e oa e levr heve skridou an Avielerien, re sant Pôl ha re Dadou an Iliz : « C'houi gav garo ar pennadou-skrid-ze, emezan, abalamour ma ne vevet ket hoc'h-unan evel m'eo dleet, ha n'em eus ket aon evit lavaret d'ec'h, ma ne vezet ket santeloc'h en amzer da zont evit n'oc'h bet betek-hen, arabad d'ec'h bezan en gortoz da vezan digemeret en rouantelez an nenv. » Ar c'homzou-ze a strafuilhas an ôtrone, hag unan aneze a c'houlenuas ouz ar manac'h pe zalvet pe daonet oa Salomon. « Petra ra ze d'ec'h, eme Nil, pe daonet pe zalvet eo Salomon ? Ar pez ho peus ezom da c'houzout eo e vezo daonet kement hini a chomo da vreinan en e loustoni. — Gouzout a rê ervat oa hudur kalon an hini a gomze outan. — Gwell eo ganin gouzout pe c'houi a vezo daonet pe salvet; evit ar pez a zell Salomon, ar Skritur-Zakr, hag a gomz eus pinijen Manasse, ne lavar ket en defe hen grêt pinijen. » Othon III, impalaer an Alamagn, goude bezan bet o pardonan en mene Gargam, a yeas ive da welet Nil hag e ziskibien. Kaout a reas aneze o vevan en lochennou digor da beb avel, ha goude e lavare : «An dud-ze a zo o bro en nenv; n'o deus nemet teltennou d'o gwaskedi, ha n'emaent war an douar-man nemet evel tremenidi. » Ar zant a gasas an impalaer d'e dibidi, elec'h ma rejont o-daou eur beden, ha goude e tiskouezas d'ezan e beniti. Othon a ginnigas d'ezan eur plas da zevel eur manati kaer, hag a brometas stagan leve outan : - Mar deo ma breudeur gwir venec'h, eme Nil, Hon Zalver ne zilezo ket aneze, pa ne vezin ken war an douar-man. - Goulennet diganin, eme an impalaer, ar pez a gerfet, hag e vezin laouen ouz hen rei d'ec'h, rak ho kemer a ran evit va mab. Ar manac'h a lakas ueuze e zorn war galon Othon hag a lavaras d'ezan : - Otrou, ne c'houlennan nemet eun dra : ma sonjfet en silvidigez hoc'h ene. Daoust d'ec'h da vezan impalaer, e teuio koulskoude eun devez hag e varvfet, hag e vefet barnet evel an dud-all. Nil a oe kinniget kador eskob Rosana d'ezan, mes ne oa ket jalet d'he c'hemer. Pa deuas an Turked da zilojan anezan diwar e vene, ec'h eas da Zerperi, e-tal ar mor, elec'h ma chomas dek vla. Da fin an dekvet blavez, ec'h eas gant e ziskibien da Duskulum, peder pe bemp leo hepken diouz Rom, elec'h ma tiazezas manati brudet Grotta-Ferrata. Mervel a reas er bla 1005, en e bempzekvet vla ha pevar-ugent. Sant Nil hag e ziskibiem a rê ofisou an iliz en gregach, hag ar venec'h a vev breman c'hoaz en Grotta-Ferrata a dalc'h da heuilh ar c'hiz-ze. B O K E D Seul-vui ma klask an ene e blijadur e-touez ar grouadurien, ha seul nebeutoc'h a blijadur eu deve gant Doue. En peb amzer e tlefemp sonjal er maro, p'eo gwir ec'h omp o tostât outan dalc'h-mat. Sant Bernard Seizvet devez warn-ugent a viz Gwengolo Sant Kom ha Sant Damian Medesined ha Merzerien (300) Kom ha Damian a oa daou vreur-gevel ginidik eus an Arabi. Ober a rejont o studi er Syri, ha dont a rejont da vezan desket kaer war ar vedisinerez. Ken barrek oant war o micher, ma tapjont brud ha ma oent goulennet en pep tu. O vezan oant kristenien, n'eo ket hepken gant korfou o c'hlanvourien e kemerent preder, klask a rênt ive an tu da zilan en o eneou bue Jezuz-Krist. Ken distag e oant diouz madou an douar ma ne gemerent gwenneg ebet evit o foan. O chom e oant en kêr Eje, er Silisi, karet ha doujet gant an holl. P'en em lakas Dioklesian d'ober brezel d'ar gristenien, e oe 'n emgemeret oute e-touez ar re gentan. Lysias, gouarner ar Silisi, a reas o digas dirazan, hag o vezan ne felle ket d'eze kinnig ezans d'an doueou, e lavaras d'e dud : Liammet treid ha daouarn an daou-ze ha skoet warneze hep damant. An daou verzer ne nac'hjont ket o Doue evit kelo ze; ar gouarner a reas o stlepel er mor don, mes êle an nenv a dorras o chadennou, hag e c'halljont dont d'an douar hep droug ebet. Neuze Lysias a reas o zeurel en tan, hag o vezan ne rê droug ebet d'eze, kennebeut, e lakas o dibennan : en doare-ze e tastumjont kurunen o merzerenti. O c'horfou a oe sebeliet en Syr. Brud eus o zantelez hag eus o galloud dirak Doue a yeas, n'eo ket hepken dre ar zav-heol, mes ive dre ar c'huz-heol. En Rom hepken e oe savet nao iliz en o enor. O hanoiou a ve lavaret bemde arôk ar gourreou en oferen. B O K E D Setu aze gwir vreudeur; brezel ebet n'en deus gallet terri ar garante a oa etreze; skuilhet o deus o gwad ha heuilhet o deus an Otrou; disprijet o deus lez ar roue, hag en em gavet int en lez an nenv. O ! na pegen mat ha pegen kaer eo gwelet breudeur o vevan unanet ! Disprijet o deus lez ar roue, hag en em gavet int en lez an nenv. BREVIER ROM. Eizvet devez warn-ugent a viz Gwengolo SANT WENCESLAS Duk ha merzer (***-935) Wenseslas, duk Bohem, mab da Wratislas, eur mit c'hristen mat, ha da Zrahomir, eur bagan,ez baganez touet, a oe savet gant Ludmilh, e vamm-goz, eur wreg eus ar zantelan. E vamrn, goude bezan bet ar grizder da vougan an dukez Ludmilh (927), a c'houarnas ar vro gant sikour he mab yaouankan Boleslas. Dispakan reas dioustu he c'hounnar ouz ar gristenien; gourc'hemenn a reas diskar an ilizou, ha difenn a reas prezek ar fe; kement lezen vat a oa bet, grêt, gant he zad-kaer Vorsiwog, kentan duk kristen a renas er Bohem, a oe tôlet d'an traou; an dud en karg hag a heuilhe ar relijion gristen a oe diskaret, hag o flasou roët da baganed; eleiz a gristenien a oe lazet dre gasoni ouz Jezuz-Krist. Wenseslas a oa mantret o welet an darvoudou-ze o c'hoarvezout an eil goude egile, hag ar bobl, pa deuas da skuizan o welet Drahomir oc'h ober kemend-all a freuz, a reas d'ezi lezel ar gouarnamant etre daouarn he mab henan. An duk yaouank a oe skouer ar brinsed kristen. Ne glaske nemet eun dra : lakat ar peuc'h, ar justis hag ar relijion da vleunian en e stadou; ofiserien e lez a veze dibabet bepred e-touez ar gristenien wellan. Mat oa d'an emzivaded, d'an intanvezed, d'an dud ezomrnek; kavet eo bet o vont en noz da gas, war e choug, sammou koad d'ar beorien. Mont a rê da welet ar brizonerien; rei a rê d'eze e aliou hag e aluzennou; pa gleve hano eus a dorfetourien kondaonet d'ar maro, e ouele war o stad, ha panevet gant aon d'ober gaou ouz e zujidi, en dije lezet gante ar vue. Leun oa a zoujanz en kenver an eskibien hag ar veleien. Dastum a rê e-unan an ed hag ar rezin a yee d'ober ar bara hag ar gwin-oferen. En noz e rê tro an ilizou diarc'hen; er goanv e vije gwelet, gant ar gwad, roudou e dreid en erc'h hag er skorn. Ele en devoa d'e viret. Eun devez, Ladislas, duk Kurim, a oa o vont da c'houren outan, en esper e lazan, pa welas daou êl drek e gein hag a youc'has warnezan : «Arabad skei !» Kerkent Ladislas, strafuilhet holl, a 'n em dôlas da dreid Wenseslas da c'houlenn e bardon. Eur wech-all, o vezan êt da Worms da welet an impalaer Othon, heman a welas daou êl o kerzet kenver-ouz-kenver gantan. Mes kaer en devoa Wenseslas bezan mat, e veze e vamm bepred war e zeuliou; en em glevet a reas gant he mab Boleslas evit lemel e vue digantan; pedi rejont anezan da zont eun devez da leinan d'o zi, ha goude lein, pac'h eas an duk d'ober eun dro d'an iliz, e lazjont anezan ouz troad an ôter. Gwad ar merzer a strinkas ouz ar mogeriou elec'h m'hen gweler c'hoaz, en de a hirie. Maro sant Wenseslas a zigouezas d'an 28 a viz gwengolo B O K E D Ar zent a c'hall genel en kestel alaouret an dud pinvidik, evel en tier-soul ar beorien, mes holl o deus o c'hroaziou da zougen. Bue Jezuz n'eo bet nemet eur verzerenti penn-da-benn; penôs e c'hallje e ziskibien bezan en gortoz a blijadur er bed-man ? Navet devez warn-ugent a viz Gwengolo SANT MIKÊL ARC'HÊL Da ze kentan ar bed, Doue a roas da anaout d'an Ele darn eus an treo da zont; diskouez a reas d'eze, dreist-oll, e Vab muian-karet o c'henel war ar plouz, o vevan e-touez an dud hag o vervel war ar groaz, hag e c'hourc'hemennas d'eze stoui d'hen adori. Biken, a lavaras Lusifer, ne vezo gwelet eur spered hepken, evel m'eo eun êl, o stoui dirak eur prenv-douar evel m'eo eun den, nan biken ! Non serviam. Me bigno betek an trôn a bado da viken, ha henvel e vezin ouz an hini a zo an uhelan. — Adoromp holl ! Salus Deo nostro, a lavaras neuze Mikêl; piou a zo henvel ouz Doue ? Quis ut Deus ? Hag an nao rummad êle mat, bodet endro d'an arc'hêl bras, a stouas, a-bell, dirak Jezuz hag e groaz santel, epad ma strake holl dorojou ar baradoz gant Lusifer hag e zrouk-êle o kouezan a vilvern en ifern. Abaoue m'eo stlapet eus an nenv gant an Otrou Doue, Lusifer ne glask nemet eun dra : argas an Otrou Doue, d'e dro, eus ar bed-man. Pa weler pec'hed hon tad hag hon mamm gentan, fallagriez an dud o kreski kement ma renk an dour-beuz dont d'he gwalc'hi; pa weler pobl Doue ken skanv, ar Judevien ken dall, n'haller ket lavaret en dije dalc'h-mat kollet e boan. Pa weler anezan o kregi er C'hrist, o klask e douelli, o stlepel e gorf er be, o kuzan e groaz epad tri-c'hant vla dindan ôter Venus; pa weler anezan o prizonian an Ebestel, o lazan ar verzerien, o lakat da zailhat war an Iliz ar Varbared goude an impalaered, al lezennourien fall goude ar vourrevien, ar schismatiked goude an heretiked; pa weler anezan en e gounnar ifern, o tiframman noz-de, diwar varlen hon Mamm zantel au Iliz, millierou eus he bugale, n'haller ket lavaret en dije kollet e amzer. Daoust da ze, koulskoude, ar fe er bed a chom divrall, rak Mihel, goude bezan difennet gwiriou Doue en nenv, a dalc'h d'o difenn war an douar, ha lavaret a c'hall, gant gwirione : « Iliz Doue, me eo am eus salvet ac'hauout. Kaset am eus Adam, da vab henan, war hent an harlu, mes hen laket am eus ive war hent ar binijen hag ar zilvidigez, ha kement-se oa an Iliz o c'henel. Sturiet am eus arc'h Noë war an dour-beuz/. En kreiz paganed au Ejipt, am eus laket da zevel Moyzez, a dlee lakat e bobl da zizrei varzu e Zoue ha warzu e vro. Bezan e oan en kreiz ar goumoulen-ze, gwech tenval, gwech skedus, a hentchas ar Judevien er gouelec'h. Me eo a zouge Tôlennou al Lezen war mene ar Sinaï. Me eo a zikoure Jedeon pa stourme ouz tud Madian; me eo a dorre chadeunou ar Judevien sklavourien en Babylon; me eo a roë kalon da vrezellourieu Judas Makabe. » Ha sant Gregor a deu da lavaret d'imp, en hano an Iliz : « Ya ! hen oa, Hen eo a ve digaset d'ober kement tra zo red eun nerz vurzudus evit hen ober. Ma chom ar Varbared a-zav dirak dorojou Rom; ma teu ar vosen, a zismantr anezi, da baouez en eun tol; ma teu ar Vuzulmaned da dec'hel arôk Léon IV, au Iliz ne ve ket nec'het evit gouzout da biou e tle anaoudegez vat evil ar madoberou-ze, ha lavaret a ra dioustu : da zant Mikêl eo. » Pa weler an dud a Iliz oc'h enebi holl a-unan ouz al lezennou fallakr, hag ar bobl o sevel da zifenn e fe hag eneou e vugale, sant Mikêl eo a zo, dre zindan, o stourm evit an Otrou Doue. Hen eo, en pep lec'h ha bemde, enebour ar pec'hejou a ve grêt en kuz, kenkouls hag ar re a ve grêt a-wel d'an holl, hag abalamour da ze, goude bezan o anzavet ouz Doue hag e Vamm ar Werc'hez, ec'h anzavomp aneze outan : Et beato Michaeli Archangelo. Difennour gwiriou Doue en nenv ha war an douar, sant Mikêl eo ive patron ar Frans, ha diwar ar mene a zav e benn dreist d'ar mor hag a zoug e hano binniget, e iliz dispar hag e skeuden alaouret, e tol evez war merc'h henan an Iliz, ha pep gwech m'eo bet dindan bec'h, endeus astennet d'ezi e zorn madelezus. P'he gwelas o vont da gouezan da viken dindan galloud ar Zôzon, e tigasas Jann d'Ark hag Arzur Breiz d'he diframman adre daouarn he enebourien. Diouz m'eo bet eviti, en amzer dremenet, eo êz gouzout petra vezo eviti en amzer da zont. Fizianz eta, daoust da bep tra, en sant Mikêl. B O K E D Otrou binniget sant Mikêl, c'houi hag a zo unan eus ar re azo en penn ar baradoz, skoazellet ac'hanomp, ni ho ped, komzet d'hon eneou en hano Doue; douget d'an nenv ezans hon finijen hag hon feden; grêt d'imp kaout ar gonid er brezeliou hon deve ouz an drouk-spered, ha pac'h efomp eus ar bed-man, kinniget hon eneou d'ar Barner. Evelse bezet grêt. Tregontvet devez a viz Gwengolo SANT JEROM Beleg ha Doktor eus an Iliz (331-420) Jerom, ar gouiziekan eus Tadou an Iliz, a oa ganet en Stridon, en Dalmasi, war-dro ar bla 331. E dad, den a beadra, a gasas anezan da Rom d'ober e studi. A-bouez lenn ar skridou gwellan savet en gregach hag en latin, e teuas a benn da c'houzout mat an daou yez-ze. Er mare kentan m'oa deut da Rom, ec'h ee bep sul d'ober eun dro d'ar c'hatakombou, da bedi war beziou ar verzerien; mes a damm da damm, e teuas da zilezel an hent mat. Da ugent vla, e oe badezet gant ar pab e-unan, hag e tec'has diouz eur gêr a roë re a digare d'ezan da gouezan er pec'hed. Gwelet a reas Trev hag Akuile. Ac'hane e skoas etrezek ar zav-heol, gant eun nebeut tud yaouank (372). Gwelet a reas menec'h ar broiou-ze hag e c'hoantaas kemer skouer warneze : mont a reas da chom da ouelec'h Kalcis. Eno e tremenas e amzer o pedi, o labourat a gorf, oc'h ober pinijen, hag o studian ar Skritur-Zakr. Da ziskuizan, e lenne skridou Plaut, Ciceron, Virgil hag Homer. Daoust ma ne veze pennad ebet dibreder, froudennou direiz a gave c'hoaz an tu da dreuzi a-wechou e spered. Evit danvât e natur, hag evit bezan barrekoc'h da gompren ar Skritur-Zakr, en em lakas neuze da zeski an hebreeg, eur yez diês da zeski, mar zo un an. En eul lizer a skrivas er mare-ze d'e vignon Rustikus, e lavar : « Kaout a rê d'in n'am bije biken gallet dont a benn da c'houzout yez ar Judevien; n'oun ket ped gwech, goude bezan stlapet ma levriou, on dizroet warneze a neve, kement a c'hoant am boa da zeski. » Mil bennoz a lavaran hirie da Zoue, rak war-lerc'h ar studi-ze e kutuilhan breman frouez, hag a zo seul c'houekoc'h m'eo bet c'houervoc'h an had. » Er bla 379, e savas freuz en Iliz Antioch, hag e skrivas d'ar pab Damas: « Stag on ouz Kador sant Per; hen eo penn an Iliz; neb a zebr an oan er-mêz eus an ti-ze a zo eun diaveziad; nep piou bennak n'eman ket en arc'h Noe, a varvo dre an dour-beuz..... Nep piou bennak ne zastum ket ganec'h, ne ra nemet dismantr, da lavaret eo, an neb n'eman ket gant Jezuz-Krist a zo d'an Antekrist. » Prest goude e oe beleget, hag e teuas da Rom; ar pab Damas hen dalc'has en e gichen evit e zikour da c'houarn an Iliz. Da varo e vadoberour (385), en em dennas en Bethléem, en kichen kraou ar Mabig Jezuz, hag eno, en eul lochen bras awalc'h da rei digemer d'ezan ha d'e levriou, e c'hortozas ar maro. Den ebet ne labouras muioc'h eget sant Jerom : bepred e veze e-touez e levriou; pa ne veze ket o lenn, e veze o skrivan; ar Skritur-Zakr, troet gantan eus ar gregach hag eus an hebreeg en latin, eo a lak an Iliz etre daouarn he bugale. Sevel a reas eleiz a levriou-all, bueziou tud vrudet ha bueziou zent, hag eur bern lizeriou leun a genteliou dispar. Mervel a reas d'an 30 a viz gwengolo 420. Sebeliet e oe en kreiz dismantrou e vanati, en Bethléem. E relegou a oe digaset da Rom, hag eno e virer aneze en iliz-veur Santez-Mari. B O K E D Eur c'hristen n'eo kristen ebet ma ne rêr ket a vrezel d'ezan. Gwasan brezel a oufed d'ober d'imp eo lezel ac'hanomp didrous. N'eus netra hag a rafe kement a c'haou evel ar peuc'h, pa bad re bell. En kreiz an avel-stourm eo e ve an den war evez hag e lak e boan da zovetât e lestr. SANT JEROM. Miz Here LOURD Dïouz gwelet pegement e talc'h d'eze ar pabed hag an eskibien, eo êzet gouzout pere eo an diou devosion gaeran en hon amzer : devosion ar Galon-Zakr ha devosion ar Rozêra. « Ar Galon-Zakr a Jezuz, eme Hon Tad Santel ar Pab Leon XIIL a en em diskouez d'imp hirie evit hon zalvi, evel ma reas gwechall ar Groaz d'an impalaer Konstantin. » Hag e westlas ar bed holl d'ar Galon-Zakr, er bla 1900, o lavaret e oa eno gwellan ha kaeran tra an evoa grêt en e holl amzer a bab. En kichen an devosion-ze e zo eun all hag e kemeras ive mil boan d'he brudan dre ar bed kristen. Er bla 1901, e oe gwestlet d'ar Werc'hez, en iliz ar Rozêra, en Lourd, pempzek ôter, en enor d'ar pempzek mister a levenez, a geun hag a c'hloar. An Tad Santel ar Pab a skrive diwar-benn ze. «Gwechall, emezan, sant Dominik.a drec'has dre ar Rozêra war an Albijiz a lahe o fals-kredennou da redek, evel eur vosen, dre vro ar Pireneou. Hirie, ar fals-kredennou-ze a 'n em zil adarre e-touez an dud dindan pep seurt stumm neve. Mes kalon Tad ar gristenien a zo frealzet o welet devosion e vugale o kreski en kenver pempzek mister ar Rozêra galloudus. En Montmartr hag en Lourd eman eta, kouls lavaret, diou feunteun hon zilvidigez : ar Pab o diskouez, beb eil, d'ar gristenien hag o fed hag o asped da dostât oute. E vouez n'eo 'met eun hekleo eus an nenv. « Et d'evan ha da 'n em walc'hi d'ar feunteun, » a lavare ar Werc'hez da Vernadet, an navet gwech ma 'n em diskouezas d'ezi, en Masabiel. Feunteun Lourd a zo strinket, houls lavaret, dre c'halloud ar Rozêra. Gwerc'hez Lourd a oa ganti eur chapeled, hag a lavare anezan asambles gant Bernadet. Eur wech, an diaoulou kounnaret a glaskas spontan ar plac'hig en keit ma oa gant he feden. Klevet a reas eur safar euzus o sevel diouz an douar hag eur vouez spouronnus o youc'hal : « Tec'h alese ! tec'h alese ! » Gant eur zell hephen, Mari a reas d'an diaoutou tevel. Setu galloud ar chapeled; bezan eo gwellan arm hon deus evit dont a benn eus enebourien an Iliz. Ar c'hristen a denn dioutan ive, evitan e-unan, eur f'rouez eus ar gwellan. Ar Rozêra, eme Leon XIII, a ra d'imp ober eun tremen war holl visteriou hon relijion; da gentan, war re Jezuz-Krist en em c'hrêt den; Mari, mamm ha gwerc'hez, o tigemer gant levenez salud an El; goude, war visteriou Pasion Hon Zalver; da glozan, war visteriou e c'hloar, ar maro trec'het, an nenv digoret, ar Spered-Santel o tiskenn, Mari savet dreist al loar hag ar stered ha kurunet en nenvou. Lec'h ma vo dalc'het da lavaret ar Rozêra n'eus ket da gât aon e teufe an diouiziegez hag ar gaou da dismantr ar fe. Eur gelennadurez hag eur sklerijen eo evit ar spered. An nerz ne dle het mankout ive elec'h ma par ar sklerijen : skoueriou Jezuz-Krist hag e Vamm a deu da entânan Kalon ar c'hristen hag a doug anezan war hent ar zantelez. N'hall ket an den, eme Leon XIII, pouezan ennan e-unan an testeniou dispar a garante an eus roët d'ezan Jezuz-Krist, hep ma teufe e volonte da 'n em drei war ar vad, hag hen da gerzet war roudou e Zalver betek lavaret gant sant Pôl : Piou hon distagfe diouz karante Jezuz-Krist ? N'e ket me a zo beo, Jezuz-Krist eo a zo beo ennon. Oh ! bezomp aketus eta da lavaret bemde tam pe dam eus ar Rozêra, ar peden desket d'imp gant ar Werc'hez, ha galloudusan hini a zo da dennan warnomp he madelezou ! Kentan devez a viz Here ITRON-VARIA AR ROZERA Ar Rozêra a zo eur gurunen , grêt gant kaeran roz a ziwan en liorz an Iliz, da lavaret eo, gant he c'haeran pedennou. Er Rozêra eman ar Gredo, a zo ennan ar gwirioneziou a dle pep kristen anaout ha kredi; ar Gloria Patri, a veulomp drezan an Dreinded, war an douar-man, evel m'hen gra an Ele hag ar Zent er baradoz; ar Bater, a zo enni kement goulenn a c'hallomp ober evit Doue hag evidomp hon unan, hag an Ave Maria, a ra da galon ar Werc'hez tridal, o tigas da zonj d'ezi eus an heur dudius ma oe dibabet evit bezan Mamm da Zalver ar bed. -- En eur bod roz 'zo tri dra : an deliou, an drein hag ar roz. En bue Jezuz ha Mari zo ive deliou, drein ha roz. An deliou eo ar vue o tigeri : en bue Jezuz ha Mari, an deliou eo ar pemp mister a joa, pa weler Mari o tougen he Mab-Doue, o vont gantan da welet Elisabeth, o c'henel anezan en Bethléem, o kinnig anezan en Templ, hag o kavet anezan en Jeruzalem. Dre douez au deliou e sav an drein : eu bue Jezuz ha Mari, an drein eo ar pemp mister a geun, pa weler Jezuz, en eur c'houezen a wad, skoet a dôliou skourje, kurunet a spern, o tougen e groaz hag o vervel war Mene-Kalvar. E-touez ar muian dreiu eman ar braoan roz : en bue Jezuz ha Mari, ar roz eo ar pemp mister a c'hloar, pa weler Hon Zalver o sevel beo-buezek eus ar be, o pignal en nenv, o lakat ar Spered-Santel da ziskenn war an Ebestel, o kemer e Vamrn en e varadoz, hag o kuruni anezi rouanez an nenv hag an douar. Ar Rozêra, war a lavarer, a oe ar benveg a zervijas da zant Domiuik da c'honid heretiked Albi d'ar gwir fe ; ar c'hiz d'hen lavaret evel m'hen lavaromp breman a zo bet digaset en Iliz gant eur Breizad, beleg eus a Urz sant Dominik, Alan ar Roc'h e hano, maro evel eur zant er bla 1475. Epad ar pempzek vla divezan eus e vue, ar zervijer bras-ze d'ar Werc'hez Vari a redas Bro-C'hall ha Bro-Zôz hag a lakas ouspen kant mil den da rei o hano da Vreuriez ar Rozêra. Gouel ar Rozêra a oe savet er c'houezekvet kantved. En amzer-ze, an Turked, lorc'h enne da vezan mistri war Gonstantinopl, o devoa laket en o fenn doujan an Europ a-bez. Pi V, hag a oa neuze war Gador sant Per, a zavas brezellourien en o eneb, dreist-oll er Spagn hag en Itali. En em vodan a rejont en Messin, en miz gwengolo 1571 ; kovez ha kommunian a rejont eno ; ar pab a roas d'eze eun induljans plenier, ha d'ar 16 a viz gwengolo, e pignjont war o listri, dindan urz Don Juan 'n Autrich. En mor Lepant en em gavjont dirak an Turked a oa gante 300 lestr. Don Juan a renkas e re ; 209 n'en devoa ken. Mont a reas gant eur vag eus an eil d'egile, eur groaz en e zorn, da bedi pep-hini da bleal gant e ene. Epad an amzer-ze, ar veleien a gleve ar c'hovezionou ; dal m'o devoe achu, ar gristenien holl a bedas an Dreinded, a zaludas ar Werc'hez, evel m'oa bet kemennet d'eze gant Pi V, hag ar stourmad a zigoras d'ar zadorn 7 a viz here, war-dro peder heur goude kreiste, en keit ma oa kristenien Rom o pedi ar Werc'hez dre ar Rozêra. En devez-ze, ar gristenien a c'honezas kaeran viktor a c'honezjont biskoaz. Viktor Lepant a dorras galloud an Turked war vor, evel ma tlee hini Vienn, daouzek vla ha kant goude, terri o galloud var douar. Koll a rejont en devez-ze 30.000 den hag ouspen 200 lestr ; ar gristenien ne golljont nemet 8000 den ha 15 lestr, ha c'hoaz o re varo a oe ramplaset gant 15.000 kristen, sklavourien er broiou muzulman, hag a oe torret o chadennou. Daou vla goude, evit trugarekat ar Werc'hez eus ar viktor vras-ze, Gregor XIII a reas ober bep bla, d'ar zul kentan a viz here, gouel ar Rozêra, en kement iliz a oa enni ôter Itron-Varia ar Rozêra. Diou viktor-all gonezet war an Turked er bla 1716, en Belgrad hag en Korfou, a reas da Glemant XI gourc'hemenn ober gouel ar Rozêra bep bla, dre ar bed holl, d'ar zul kentan a viz here. Koulskoude, Leon XIII eo ar pab a reas ar muian evit devosion ar Rozêra. Lakat a reas sevel evit ar gouel eun ofis neve ha dispar ; stagan reas ouz Litaniou Loretta al lezhanv Regina sacralissimi rosarii : Rouanez ar Rozêra meurbed santel ; epad pempzek vla dioustu, e tigasas bep bla eul lizer-meur da c'hourc'hemenn lavaret bemde, epad miz here, pemp dizenez eus ar Rozêra, litaniou ar Werc'hez hag ar beden da zant Jozef, en holl ilizou ha chapeliou eus ar bed, « P'eo gwir, emezan, eo bet teurvezet gant Mamm Doue, pa beded anezi dre ar Rozêra, rei d'ar gristenien a wechall an trec'h war au enebourien divade a glaske diframrnan digante o bro, kasomp betek enni an hevelep peden, hag e teuio da rei ive d'ar gristenien a-vreman an trec'h war an enebourien milliget a glask diframman digante o fe. » Sant Suliau, pe Suliak Abad (VIet kantved) Suliau a oa mab d’eur roue eus Bro-Geumri, e hano Bromail. Kuitât a reas ar gêr, en despet d’e dad ha d’e vreudeur, evit mont d’ar gouent da heul eun abad santel hanvet Guimarc’h. Pa varvas Guimarc’h, e oe laket da abad en e blas; mes red e oe d’ezan dilezel e abati hag e vro evit tec’hel arôk karante direiz ar brinsez Hajarme, e c’hoar-gaer, hag e teuas da chom d’an Arvorik. En eur c’hoad tost d’ar Rans, e savas e beniti ; ’n em lakat a reas da brezek d’ar baganed a oa er vro-ze. Sant Samson, eskob Dol, a deuas d’e welet hag a dremenas eun nebeut deveziou gantan. Suliau a varvas en e beniti an 8 a viz du. En iliz parouz Sant-Suliak, elec’h ma vevas, eo miret e ve. Bezan eo ive patron Tresignê, eskopti Sant-Brieg, ha patron Sizun, eskopti Kemper. K E N T E L Induljansou ar Rozêra I. — Ma n’oc’h ket c’hoaz en Breuriez ar Rozêra, eun dra vat e vefe d’ec’h, gant ar gouel-man, rei d’ezi hoc’h hano. Goulenn a rêr digant ar re a fell d’eze mont ebarz daou dra hepken : Da gentan, m’o devo pep-hini aneze eur chapeled a bemp, dek pe bempzek dizenez, binniget gant eun Tad eus a Urz sant Dominik, pe gant eur beleg hag en deus bet ar c’halloud d’hen ober digant jeneral ar Vreudeur-Prezegerien. Goulenn a rêr, d’an eil, ma lavarfont, bep sun, pempzek dizenez ar Rozêra war o chapeled binniget, en eur zonjal en pempzek mister ar Rozêra. Kement hini a zo en Breuriez ar Rozêra a c’hall gonid eun induljans plenier, bep sul kentan ar miz ha bep gouel ar Werc’hez, gant kovez, kommunian ha pedi evit ezommou an Iliz ; ouspen-ze, ma heuilh prosesion ar Rozêra, e c’hall gonid eun eil induljans plenier. An holl gristenien a heuil gant devosion prosesion ar zul kentan’r miz, goude ma n’o defe ket tostaet ouz ar zakramanchou, a c’hall gonid eun induljans a seiz vla ha seiz koaraïz. II. — Pardon ar Rozêra a zo eun induljans plenier roët gant ar pab Pi V, en memor eus viktor Lepant, hag a c’hall bezan gonezet, bep bla, gant an holl gristenien, a-bouez kovez, kommunian ha pedi dirak ôter ar Rozêra. An induljans-ze a c’hall bezan gonezet adalek gousperou kentan ar gouel, da lavaret eo, adalek kreiste derc’hent sul ar Rozêra, betek kuz-heol en de-ze, ken alies gwech mac’h êr en eun iliz ha ma peder enni dirak ôter ar Rozêra. III. — Ken alies gwech ha ma lavarer Pedennou miz ar Rozêra, pe en iliz, pe er gêr, ma n’haller ket mont d’an iliz, e c’honezer eun induljans a seiz vla ha seiz koaraïz. Kement hini a lavar ar pedennou-z’e evel m’eo dleet, dek gwech epad ar miz, a c’hone eun induljans plenier, ha kement hini a ya da gommunian goude bezan bet o kovez da zul ar Rozêra, pe da unan eus an eiz de tostan, hag a bed evit ezommou an Iliz, a c’hone eun induljans plenier. Holl induljansou ar Rozêra a c’haller kinnig aneze evit delivrans an anaon. Ar Rozêra a zo eur gurunen gaer, a zo ganti c’houez an nenv ; kutuilhomp eta bemde, dreist-oll epad miz here, ar roz a ya d’hen ober, ha blansonomp gante kuruaennou hag a skedo da viken war dâl hon Mamm hag hon Itron. Eil devez a viz Here An Ele mat Bezan zo krouadurien ha krouadurien; eman ar 'rouadurien hag a zo korfou hepken; eman ar grouadurien hag a zo korfou unanet gant sperejou; hag eman ar grouadurien hag a zo sperejou hepken. Ar re-man eo an Ele; krouet e oent en penn kentan ar bed; ar zantelez a rê o gwiskamant; an uhelan e oant en skeul ar grouadurien hag an tostan da Zoue. Mes siouaz, darn aneze a oe re a stad enne gant o gened; dizenti rejont ouz o C'hrouer; koll a rejont o furnez; kouezan rejont eus an nenv evel an tan. Dougen a reont o ifern gante dre lec'h mac'h eont; droukoc'h int an eil eget egile; gwasoc'h eo poan an eil eget poan egile, dre m'o deus faziet muioc'h pe nebeutoc'h; mes pardon ebet ken n'o deus da c'hortoz, hini ebet aneze, dre m'int 'n em dôlet er pec'hed pa ne oa netra ouz o dougen d'an droug. O micher pemdeziek eo breman touelli an dud, a zo bet krouet gant Doue da azezan er c'hadoriou o deus lezet goullo er baradoz; trei a reont endro d'eze; rnont a reont a-wechou en o c'horfou; o zamall a reont dirak trôn an Holl-G'halloudek. « Da stourm hon deus, eme sant Pôl (1), n'eo ket hepken ouz enebourien grêt eveldomp gant kig ha gwad, mes ouz sperejou galloudus, ouz mistri an denvalijen, ouz êle an droug. » A drugare Doue, ma zo êle fall, zo ive êle mat, a viras o zantelez, a wel Doue evel m'eman, a gan hep paouez e veuleudiou, a zo telennourien ar baradoz. War an douar-man, o c'harg eo hon diwall, hon ren, hon c'helenn hag hon frealzi. Doue hen deus gourc'hemennet d'eze hon miret hag hon dougen, kouls lavaret, etre o daouarn, gant aon na deufe hon zroad da stokan ouz mein an hent. Angelis suis mandavit de te, ut custodiant te in omnibus mis fuis (2). Pep-hini ac'hanomp en deus e êl d'hen pellât diouz an droug, d'hen startât war ar vad, da sklerijennane spered, da domman e galon, da ginnig da Zoue e vennoziou hag e bedennou, ha da veskan gante e re e-unan evit rna vefont selaouet kentoc'h; eur breur-mirer eo ha ne welomp ket, a heuilh ac'hanomp war hent ar vue-man, hag a ginnigo hon ene da Zoue goude hon maro. Ar pab Pôl V, dre eul lizer-meur skrivet d'ar 27 a viz gwengolo 1608, a c'hourc'hemennas ober gouel an Ele mat dre an Iliz a-bez. (1) Eph. VI. 12. (2) PS. XC. K E N T E L Hon deveriou en kenver hon El-mirer I. — Hon dever eo kaout doujanz evit hon El mat. Hon heuilh a ra bemde , hon gwelet a ra heb paouez; arabad d'imp eta mont d'ober dirakan ar pez ne gredfemp ket ober dirak eun den-all evel-domp. II. — Hon dever eo kaout karante evitan; hon mirer eo; hon mignon eo; hon difennour eo. Penôs n'hen c'harfemp ket ? Mil vad a ra d'imp, ha ne c'houlenn diganimp, en dizro, nemet eun dra : hon c'harante. Diskouezomp-hi d'ezan o senti outan de ha noz. III. — Hon dever eo kaout fizianz ennan. Daoust pegen dinerz omp, n'hon deus ket ezom da gât aon. Keit ha ma vo El Doue a-du ganimp; mes evit ma chomo a-du ganimp, eo red d'imp, dreist pep tra, en em viret diouz ar pec'hed. Ar pec'hejou bihannan a zo awalc'h evit hen poanian. Evel ma teu ar moged da lakat ar wenanen da dec'hel, hag ar c'houez fall da bellât ar goulm, evelse, eme sant Bazil, krammen ar pec'hed a ra d'hon El-mirer lec'hel diouzimp; aon en deve da labezan e iskili gwenn o chom war-dro ar pec'her. Lavaromp eta d'ezan alïes : O ma El mat, kannad Doue, Miret ma c'horf ha ma ene, Ma miret diouz an drouk-spered, Ha dreist pep tra, diouz pep pec'hed. Trede devez a viz Here SANT MELAR Merzer (531-548) Miliau (1), mab Budig, roue Bro-Gerne, a zimezas da Aurelia, merc'h Winnog, hag en devoe eur mab hanvet Melar. Kelennet gant sant Gwennole ha gant sant Korantin, Millau a c'houarnas mat ar vro hag a oa karet gant ar re a oa dindannan. Mes eun devez, den ne oar mat awalc'h perak, e vreur Rivold a gemeras kement a gasoni outan ma skoas gantan tol ar maro ha ma c'hourc'hemennas troc'han dorn deou ha troad kle e vab Melar, eur bugel seiz vla, evit ma n'hallje biken na dougen kleze, na pignùal war varc'h, na bezan roue pa deuje en oad. Pennou-bras Bro-Gerne, pa glevjont kemend-all, a ziframmas ar bugel-roue eus adre daouarn e eontr hag a roas anezan da eskob Kemper da zevel. Heman, goude bezan grêt e gelenn ervat war dreo ar bed-man ha war dreo ar bed-all, epad seiz vla, a flzias anezan en eun den hanvet Kerialtan a dlee e beur-skola. Neuze e savas ar vrud e c'halle ar prins yaouank pignal war loen ha derc'hel kleze kouls ha nikun, ha ne oa netra 'bet o viret outan da zougen kurunen e dad. Ar c'helou-ze a strafuilhas Rivold, en devoa laket en e benn bezan roue war-lerc'h e vreur; kemenn a reas d'ar red da Gerialtan dont d'e gaout, ha goude bezan roët d'ezan da zibri ha da evan e walc'h, e komzas outan evellen : - Mar karet lazan Melar, emezan, me ho kreio barner-bras en Bro-Gerne, hag a roio d'ec'h kement tra ho pezo c'hoant da gaout. Kerialtan, daoust d'ezan da garet Melar, a lavaras, touellet gant komzou Rivod : - Goude an tôl-ze, me bigno war uhelan mene a zo er vro-man, hag an douarou a welin ac'hane tro-war-dro a vezo d'in. - Ya, m'hen tou, eme Rivold, d'it e vefont. Koulskoude, gouarner Melar, arôk rei e c'her evit mat, a zizroas d'ar gêr da c'houlenn ali e vreg. Houman ne gavas netra da lavaret war ar marc'had ifern e oa ne gwaz o klask ober : «Daoust, emezi d'ezan, ha ne dle ket ar gerent kemer preder, dreist pep tra, gant amzer da zont o bugale ! Hag ahend-all, n'eo ket brao chom hep senti ouz ar brinsed. Et eta endro da gaout Rivold, ha grêt pep tra evit ar gwellan.» Kerialtan a zizroas da di Rivold hag a gasas gantan e vab Justan da dest war e varc'had euzus. Chom a rejont eiz de bennak d'en em glevet war ar gwellan stumm d'ober o zôl. Epad an amzer-ze, ar gwel eus ar pôtrig yaouank karantezus ma oa Melar a reas d'ar morc'hed kregi en kalon e vamm-magerez, kement ma c'hoantaas sovetât e vue. Tec'hel a reas eta gantan a-dreuz ar meneziou, betek kastel Beuzit, en kichen Lanmeur. Eno e oa o chom ar roue Konomor hag e bried, c'hoar ar roue Miliau. Ober a rejont d'o niz eun digemer eus ar re wellan. Kerialtan, p'en em gavas er gêr, a chomas sebezet o welet e di goullo, ha Rivold, pa glevas petra oa c'hoarvezet, oe darbet d'ezan koll e benn. Gervel a reas adarre e zen; heman, touellet gantan muioc'h-mui, ha kounnaret o welet e hunvreou aour o vont en moged, a douas ober e dôl, daoust da bep tra. Ha setu hen ha Justan war roudou ar prins yaouank. Gant ober o zud brao, e c'halljont kaout digemer en kastel Beuzit. Melar, p'o gwelas o 'n em gaout, dre n'en devoa anaoudegez ebet eus o fallagriez, a lammas da bokat d'eze, hag a c'houlennas bezan lezet da gousket er memes kambr gante, en noz war-lerc'h. E c'houarnerez a viras outan epad daou devez dioustu, mes en trede devez, o kredi e oa deut keun d'he zud, e selaouas e beden; o kimiadi dioutan e lavare : « Ke, ma mabig ker, ha Doue ra viro ac'hanout ! » Melar a c'hourvezas, ken dinec'h ha tra, etre Kerialtan hag e vab, ha goude bezan o briataet gant teneridigez, en em roas da gousket. An daou vleiz, unan a bep tu d'ezan, ne gouskent ket. Pa weljont ne oa mui den war bale er c'hastel, e savjont didrous, hag en keit ma talc'he Justan bleo hirr melen e vreur-mager, an tad a gemeras e vouc'hal hag a darc'haoas eun tol krenn war goug Melar; penn an oan a strinkas diouz e gorf beuzet en e wad. Herve ar marc'had, Kerialtan a renke kas ar penn da Rivold. Justan, hag a oa gwevn e izili, a 'n em gargas da vont gantan er-mêz eus ar c'hastel; mes en eur ziskenn en doufle, e reas eul lamm treuz hag e torras e c'houg; an de war-lerc'h, pa lakas Kerialtan e dreid war bont-gwintr ar c'hastel, e kavas e gorf-maro en kichen ar zac'h a oa ennan penn Melar. Ne chomas ket da zellet diou wech endro d'ezan; kemer a reas samm e vab hag e kerzas gantan d'ar red da di Rivold : « Mat eo, a lavaras heman, gant eur c'hoarz ifern, pa c'hallas dougen war bal e zorn penn an hini a oa en e c'holo war an douar, mat eo ! Pignal a ri breman war ar mene a gari, ha kement a weli ac'hane a vezo d'it ! » Kerialtan a bignas war lein eur mene; digeri a reas e zaoulagad; klask a reas gwelet; mes ne welas ket eur berad : dall-put oa deut da vezan; horjellan reas war e dreid, ha kouezan d'an douar maro-mik. Rivold, strafuilhet oll o welet tremenvan e vignon, a grogas ive an derzien ennan, hag a varvas evel eun den daonet, eun nebeut deiou goude. An êlig Melar a zo enoret en Breiz-lzel a-bez, ha dreist-oll er parouziou a zoug e hano (2), hag en kêr Lanmeur, elec'h ma oe sebeliet. Miret a rêr eno c'hoaz e ve, kosan tamm lakour grêt gant inorzoliou kristen a oufed da gaout en hon bro. (1) Patron Gwimiliau, en eskopti Leon, Ploumiliau, en eskopti Treger, ha Plumeliau, en eskopti Gwened. Sant Miliau a zo enoret ive en Plonevez-Porzay. (2) Loc-Melar-Sizun ha Loc-Melar-Gwiniventer en eskopti Leon : Melar en eskopti Kene. K E N T E L Ter mammen an droug War digare dastum teilh, da lavaret eo, enor ha plijadur, an dud, eul loden vras aneze, a gas o ene da goll. Hon techou fall a dro ac'hanomp, a-vihanik, hag en eun doare direiz, warzu an treo-ze. A nebeudou, ma ne garomp diwall, an enor a speg ouz hon spered; an danve a speg ouz hon daoulagad; ar blijadur a speg ouz hon c'horf; touelli reont ac'hanomp; noz-de eman hon preder gante; gonid a reont ac'hanomp; dont a reont da vezan hon doueou. An danve, an enor hag ar blijadur a zo tri zervijer eus ar re wellan ha tri vestr eus ar re fallan. Skrijus eo an torfejou a zigouez dre ar bed, ha divent eo niver an eneou a gouez en ifern abalamour d'eze. Dre an danve, an enor hag ar blijadur eo e klaskas an drouk-spered koll hon tad hag hon mamm gentan. ha kollet e oent, rak elec'h trei kein d'eze, e chomjont da zellet oute hag en em lakjont da c'hoari gante. Dreze, an drouk-spered a glaskas koll Jezuz-Krist. mes Hon Zalver a oa ken troet e galon gant ar baourente, ar binijen hag an dismegans, ma n'hallas ket Satan ober gaou outan. Abalamour d'eze, Judas a werzas e Zoue, ha Kerialtan, evel m'omp o paouez gwelet, e vab-mager. Kement hini a stago e galon pe ouz an danve, pe ouz an enor, pe ouz ar blijadur, hennez a zo sur da 'n en em goll. Pevare devez a viz Here Sant Fransez Asiz 1182-1226 Ar zant-man a oa ganet en Asiz hag a oe hanvet Yan d'e vadeziant. P'en em lakas d'ober micher e dad, a oa marc'hadour, en dije digare d'en em gaout alïes gant ar Fransizien, hag e teuas da c'houzout ken mat o yez, ma oe hanvet Fransez. Den ar bed oa eun tammik en e yaouankiz, mes ar vue a rene a oa fur, ha mat oa 'vit ar paour. Eun devez, 'balamour n'en devoa ket amzer, emezan, e chomas hep rei aluzen d'eun den ezommek hag a astenne d'ezan e zorn. Kement a geun en devoe raktal d'ar pez en devoa grêt, ma redas war-lerc'h ar paour kez, da gas d'ezan ar pezig en devoa ezom. Ober a reas neuze al le da rei aluzen da gement hini a deuje da c'houlenn outan, en han' Doue, ha derc'hel a reas d'e c'her. Dont a reas, zoken, da vezan ken madelezus ma teuas e dad da gaout si ennan, ha ma reas d'ezan, dirak eskob Asiz, dilezei kement mad an evoa war e hano ha kement en devoa da gât divezatoc'h. Fransez, goude bezan diwisket zoken an dilhad a zouge, da rei d'e dad da vont gantan, a gemeras eur vantel goz bet da vevel an eskopti, hag en eur wiskan anezi, e lavare : « Breman am bezo muioc'h a zigare evit biskoaz da lavaret : Hon Tad a zo en nenv. » E oa o ren e bemp bla warn-ugent. Adalek neuze, ne veze gwelet nemet war-dro ar beorien hag ar glanvourien, oc'h ober d'eze ar vad a c'halle; o kestal da zastum peadra da adsevel iliz Sant-Damian, hini Sant-Per ha chapel Itron-Varia an Ele. Daou vla oa e rê ar vicher-ze, pa glevas ar c'homzou-man en oferen : « Na zouget nag aour, nag arc'hant, na bevanz evit an hent, na diou wiskamant, na botou, na baz. » Kemer a reas ar c'homzou-ze evel pa vijent bet lavaret e vitan e-unan hepken. Diwiskan reas e votou, teurel a reas e vaz a-goste, kemer a reas gwiskamant mesaërien ha peorien e vro, da lavaret eo, eur zaë hirr stardet endro d'e gorf gant eur gorden. Unanik bennak a deuas da vevan dindannan evit deski gantan hent ar zantelez. Fransez a zavas d'eze eur reolen a vue eus ar re strisan. Bale renkent bepred diarc'hen ha bevan diwar an aluzen. Er bla 1209, e oant daouzek, ha Fransez a yeas gante da Rom. Innosant III, a oa neuze war Gador sant Per, n'o digemeras ket gwell vat da gentan, mes eun nozvez e welas en eun hunvre iliz Latran prest da gouezan ha Fransez o harpan anezi gant e ziouskoa nerzus; raktal e reas e c'hervel hag e roas d'ezan ôtre da zevel e Urz neve. Dizro da Asiz, an den santel hag e ziskibien a zavas o zi en kichen chapel Itron-Varia an Ele. Evelse e c'hanas Kentan Urz sant Fransez, er bla 1210. Daou vla goude, santez Klara a c'houlennas digant sant Fransez eur reolen a vue evit ar merc'hed, war skouer an hini en devoa savet evit ar bôtred. Bezan he devoe he goulen : evelse e c'hanas Eil Urz sant Fransez, er bla 1212. Unnek vla goude, Luchesio hag e bried a c'houlennas digant sant Fransez eur reolen a vue evit tud ar bed, war skouer hini e venec'h ha hini e leanezed. Bezan o devoe ive o goulen : evelse e c'hanas Trede Urz sant Fransez, er bla 1221. C'hoant Fransez oa gwelet an dud o 'n em zantelât dre ar binijen hag ar beden. An douar noaz oa e wele; eiz koaraïz a rê bep bla; ne oa ket evit gouzanv an dud lezirek, a zo henvel ouz ar prenved-ze ne reont netra hag a vev diwar c'houezen o nesan; karet a rê gwelet ober gwap anezan; lavaret a rê o deus ar skoueriou kalz muioc'h a nerz eget ar c'homzou, hag e tleer klemm ar brezegerien-ze a ve o 'n em brezek o-unan elec'h prezek Jezuz-Krist, hag a glask kalz muioc'h meuleudiou an dud eget silvidigez an eneou; hag e tleer klemm, dreist-oll, ar re a ziskar dre o oberou ar pez a zavont dre o c'homzou. En miz gwengolo 1224, e oe moullet en e izili pemp gouli Hon Zalver Jezuz-Krist. Adalek neuze, n'en devoe tamm yec'hed ebet ken. Eskob Asiz a roas digemer d'ezan en e di, hep gallout e zerc'hel pell. Fransez n'en em gave ket en e êz en eskopti, abalamour ma vanke d'ezan ar baourente, a c'halve e « itron ». War e c'houlenn, e oe douget da Itron-Varia an Ele. Pedi a reas eno, eur wech c'hoaz, en harz ôter ar Werc'hez. Gourvez a reas war an douar noaz; er stum-ze e selaouas lenn e c'hourc'hemennou d'e venec'h; goude bezan binniget kêr Asiz hag e vugale, e varvas en peuc'h, d'ar 4 a viz here 1226. Tri bla hepken goude e varo, Gregor IX a lakas e hano war roll ar zent. Kanaouen Sant-Fransez 1 Enor, plijadur, danve, M'ho prize dreist pep tra, Mes breman evidon-me Ne doc'h ket rnui netra; Rak ma c'halon entanet A garante Jezuz, En deus evitan trec'het C'hoant an treo tremenus. 2 Pa ziskennas ma Zalver Ganimp war an douar, Hen a gemeras e-berr Ar baourante 'vit c'hoar : Ar c'hoar-ze a zo ive Ma c'honsortez karet, Ha m'hen tou en fas an nêe, D'ei vin féal bepret. 3 Eur zaë ponner am gwisko, Tailhet gros en burel, Eur gouriz kanab stardo De-ha-noz ma c'hroazel, Diskabel ha dierc'hen Ec'h in dre an henchou, A-dreuz ar vein, ar vouilhen, En kêr hag er mêziou. 4 Dour sao an eiennou skier A dorro ma zec'hed, Ma bevans, en peb amzer, Gant Doue vo kavet, Ha pa vo red d'in diblas, Me 'm bo, d'am goudori, Toen luskek ar gwe glas Pe tog plouz eur c'hardi. 5 Pa valein dre ar bed Gant ma faourante gez, Ar c'herent, ar vignoned. Holl diouzin o do mez : Mes na vern petra vezo. N'am bo ket kalonad, Rak Jezuz ma c'honforto Hag a rei ma holl vad. 6 Gwaperez ha dismegans A c'houzanvin laouen, Hag a lakin er valans Gant ar yun, ar beden, 'Vit dic'haoui, ma'r gallan, Ma Mestr ha ma Doue Eus ar pec'hejou gwasan Ra e c'hlac'har bemde. 7 Eur familh am mo ouspen En ter loden rannet; Dre liamm ar binijen, Hi chomo unanet : Breur pe c'hoar, eus ar gwellan A zervijo Doue, Hag ar 'glanded ar gaeran Luc'ho en o ine. 8 Ma Jezuz, er familh-ze A roan d'ac'h da ren, Goarnet skoueriou ho pue Gant ho kroaz da zougen : Ra n'o devo ken joa vad, An tad, ar vugale, 'Met ho enori dalc'hmad. Betek mac'h eint d'an ne. (1) MELIAF (1) Tenaet diwar Groaz ar Vretoned. K E N T E L Reolen Trede-Urz sant Fransez (2) I. — Hiviziken, kement hini a zo krog en e bempzek vla hag a ren eur vue gristen a c'hall kaout digemer en Trede-Urz sant Fransez. II. — Eur wech ma ver digemeret ennan, e tleer derc'hel da zougen skapular ha korden sant Fransez; anez-ze, ne c'honezer ket induljansou an Urz. III. — Rei a dleer skouer vat, en pep doare, ha tec'hel piz diouz kement a c'hall dougen d'an droug. IV. — Ouspen ar yuniou gourc'hemennet gant an Iliz, breudeur ha c'hoarezed an Trede-Urz a dle yun derc'hent gouel ar Werc'hez en miz kerdu, ha derc'hent gouel sant Fransez en miz here. V. — Mont a refont da govez bep miz; bep miz ive, e tostafont ouz an dôl zantel. VI. — Ma ne lavaront ket ofis an Iliz nag ofis ar Werc'hez, e lavarfont, daouzek gwech bemde, ar Bater, an Ave Maria hag ar Gloria Patri. VII. — Bep noz e refont eun enklask piz war an de o paouez tremen, ha ma kavont o deus grêt eur fazi bennak, e refont pinijen anezan. (2) Dre al lizer-meur Misericors Dei Filius, skrivet d'an 30 a viz mae 1883, Leon XIII en deus nevezet kement a zell ouz Trede-Urz sant Fransez. Franket en deus an noriou d'ar gristenien da vont niverusoc'h ebarz, ha kresket en deus tensor an induljansou a c'hall gonid e vreudeur hag e c'hoarezed. Pempvet devez a viz Here SANT MAURIS Abad Itron-Varia Garnoët (1115-1191) Mauris a deuas er bed en Kroaz-Hanvek, en eskopti Gwened, war-dro ar bla 1115. A vihanik, e teuas gant e dud da chom en parouz Loudeak; troet oa gant ar studi, ha yaouank oa c'hoaz pa oe kavet gouiziek awalc'h evit ober skol d'ar re-all. Da c'houec'h, vla warn-ugent, en em dennas en manati Itron-Varia Langonnet, savet daou pe dri bla oa en eskopti Kerne gant an duk Konan III ha gant sant Bernard. Eno ne zaleas ket da vezan skouer e holl vreudeur, ha pevar pe bemp bla hepken goude m'oa deut en o zouez, e tibabjont anezan da vezan o zad abad. Chom a reas tregont vla er garg-ze Epad an amzer-ze, n'eo ket trubuilh nag anken a vankas d'ezan, kouls abeurz e venec'h 'evel abeurz e amezeien. An duk Konan III a gare kalz menec'h sant Bernard, o heuilh war ze skouer e vamm-goz, an dukez Ermengard; kinnig a reas da abad Langonnet douarou tost d'ar gêr a Gemperle, eskopti Kemper. Er bla 1177, Mauris, gant daouzek manac'h eus Langonnet, a deuas di da zevel eur manati neve; dre o labour e teujont a benn da dennan o bevanz eus an douarou t'all a oa bet roët d'eze, ha dre a ijin e c'halljont en em zizober eus ar bleidi hag eus ar ra-zed a rivine ar vro. Mauris a varvas de ouel Mikêl 1191, en e c'houezek vla ha tri-ugent. Pempzek vla so e oa en Karnoët; pemp bla ha tregont oa bet en Langonnet, hag arôk, en devoa bevet c'houec'h vla warn-ugent 'barz ar bed. E gorf a oe sebeliet en iliz e abati, hag eleiz a viraklou a c'hoarvezas war e ve. Er bla 1880, darn eus e relegou a zo bet digaset gant lid bras, eus a Garnoët da Langonnet. Ar prosesion a ziblasas eus a Garnoët d'ar zadorn 7 a viz eost, ha goude bezan tremenet an noz er Faouet, en em gavas en Langonnet a-benn an oferen-bred, a oe kanet dirak tri eskob hag eun niver bras a gristenien, diredet eus pevar c'horn Breiz-Izel da ganan meuleudiou sant Mauris. K E N T E L Ar groaz hag an alar Er pevare bag er bempvet kantved goude donedigez Jezuz-Krist, ne oa nemet koad ha streujaj o c'holo bon bro, ha loened goue a vanden o redek dreze; an dud a souze rak al labour. A drugare Doue, an Iliz a deuas da greski. He menec'h, darn aneze bugale rouane, a ziskaras ar c'hoajou hag a zigoras parkeier, a zizec'has ar c'hreuneugeier hag a zavas foenneier; a lakas ar bleuniou hag ar frouez da sederât non mêziou. Lavaret e c'haller, gant gwirione, an hanter eus douar Breiz a zo bet troet gant alar ar venec'h. I eo a reas d'hon tud koz karet al labour hag a zeskas d'eze al labour-douar; i eo a lakas etre o daouarn alc'houe evurusted ar bed-man hag alc'houe eürusted ar hed-all. Hep-e, n'hon dije bet na leve, na frankiz, na bro; anaoudegez vat a dleomp d'eze evit kement hon deus. « Hon tadou, eme hon c'henvroad brudet Chateaubriand, a oa tud ken goue, ma renkas an Iliz deski d'eze pep tra, betek, zoken, an doare da bourchas o magadurez. » C'houec'hvet devez a viz Here SANT BRUNO Diazezour Manati ar Chartreuz (1035 1101) Bruno a oa ganet en Kologn, war-dro ar bla 1085. Goude bezan grêt e studi en Reims, gant kalz a enor, e oe hanvet chaloni en iliz-veur ar gêr-ze, ha kelenner en skol an ôtrou 'n eskob Gervais. Bezan e oe, evel a lavar eur skrivanier koz, sklerijen an ilizou, doktor an doktored, gloar an Alamagn hag ar Frans, gened e amzer ha skouer an dud vat. Da varo e vadoberour, e oe anwazet bras o welet Manassès I o pignal dre laer war gador-eskob Reims, hag en em dennas gant c'houec'h eus e vignoned en eul lec'h goue ha distro, en kreiz meneziou ar Chartreuz, diou leo diouz Grenobl. Eno e tiazezas Urz ar Chartreuzed, gant ôtre sant Hug, eskob Grenobl. Ar Chartreuzed ne zebront ket a gig; pesked o deve d'ar goueliou; yun a reont diwar bara ha dour epad hanter-kant devez arôk Pask; o bar a zo baraheiz. Eun devez er zun hepken, d'ar zadorn, e c'hallont komz an eil ouz egile; bep noz e tremenont peder heur amzer en iliz, adalek dek heur betek div heur goude hanter-noz, o kanan meuleudiou an Otrou Doue; epad ar peder heur-ze, e vezont en o zav, pe war o daoulin, pe stouet. Ne brezegont ket ha ne govesaont ket; pep-hini a vev en e beniti disparti diouz ar penitiou-all. N'eus Urz menec'h ebet ken troet-all war dreo an nenv; unan eus ar re rustan eo hag, ar pez 'zo gwelloc'h, miret en deus, betek hen, e vrud hag e zante-lez. An Iliz a ôtre mont eus an Urziou-all en Urz ar Chartreuzed, mes difenn a ra mont eus Urz ar Chartreuzed en eun all. Bruno ne varvas ket en Chartreuz Grenobl. Pedet oa bet da vont da Rom gant Urban II, a oa bet gantan er skol en Reims. Goude bezan tremenet eur bla en kêr ar pab, 'vel ma n'houlle ket kemer ar gador-eskob kinniget d'ezan en Reggio, ec'h eas da ziazezan eur manati, war skouer hini Grenobl, en Della-Torre er C'halabr; eno e varvas, ar 6 a viz here 1101. K E N T E L Ar Varn gentan An ene, dal mac'h ey diwar an douar-man, a vezo galvet, dizoloet e vad hag e fall, ha barnet gant an Otrou Doue. I. — An ene a vezo galvet. War an douar-man, an ene ne wel Doue nemet en mellezour an treo krouet; n'hen gwel ket evel m'eman, hag abalamour da ze, ne ra ket a-wechou kement a van anezan hag a dlefe; mes pa vezo dispartiet diouz' ar c'horf ha sklerijennet gant sklerijen ar bed-all, neuze e welo skier n'eo holl dudiou ar bed-man nemet ar skeud eus gened an Otrou Doue; n'eo holl vadelezou ar bed-man nemet eun; elfen eus madelez an Otrou Doue; n'eo holl gwirioneziou ar bed-man nemet ar skleur eus gwirione an Otrou Doue. Gwelet a raio gened Doue hag e fallagriez e-unan hag e kreno evel Adam goude e bec'hed, pa glevas an Otrou ouz e c'hervel diwar dreujou baradoz an douar. II. — An ene a vezo dizoloet e vad hag e fall. Ene an den a zo divent, kouls lavaret, ha pa gav d'imp gwelet ene hon nesan, ne welomp, en gwirione, nemet ar veven anezan. Mes lagad Doue en deus muioc'h a c'halloud eget lagad an den; gwelet a ra pelloc'h, gwelet a ra gwelloc'h; en ene galvet dirakan e welo an oberou mat, e welo an oberou fall, e welo pep tra. An oberou-ze grêt pell diouz lagad an nesan. en kreiz tenvalijen an noz, ha kuzet ouz an holl, zoken ouz ar beleg. Doue o dizoloo. Doue o gwelo. III. — An ene a vezo barnet. Doue a bouezo pep tra; sellet a raio ouz ar yec'hed, ouz an danve hag ouz ar spered en devoa roët d'imp, hag e welo an impli hon deus grêt gante. Doue a bouezo pep tra ha Doue a varno. Dibôt e vo neuze an eneou a vezo kavet glan awalc'h da bignal en palez an Dreinded; niverusoc'h e vezo ar re o devo c'hoant d'en em deurel etre divrec'h an Otrou, hag e vezo lavaret d'eze : « Noli me tangere : Na stoket ket ouzin ! Saë wenn ho padeziant n'eo ket glan awalc'h; ezom ho peus da dremen dre dan ar purgator. Niverus ive ar re a glevo ar gomz-man : « Hoc'h oberou mat n'int ket ken ponner hag hoc'h oberou fall; et pell diouzin, eneou milliget. » An aon rak barnedigez an Otrou Doue a reas da zant Bruno ha da eleiz a zent-all mont d'ober pinijen pell diouz trouz ar bed. Sant Thomas, kaeran spered den a vevas en Iliz, oe goulennet outan, pa oa war e dremeuvan, pehini oa souezusan tra en devoa gwelet war an douar, hag e lavare : « Souezusan tra am eus gwelet em bue eo e c'hallfe an den en stad a bec'hed en em rei da gousket, heb aon da zihuni er stum-ze dirak lez-varn an Otrou Doue. » Seizvet devez a viz Here An den eürus Charlez Bleiz Duk Breiz (1320-1364) Charlez Bleiz n'eo ket eun diaveziad evidomp, rak en 'non bro en deus tremenet an darn vrasan eus e amzer; enni eo en deus grêt brezel; enni eo marvet, hag enni eman e ve. Hon c'henvroad eo eta, ha dre ze, unan eus hon gwellan difennourien dirak Doue. Mab oa da C'hien Chatilhon ha da Vac'harit Valois, ha genel a reas en Blois, er bla 1320. Adalek e vlaveziou kentan, e oa stumm eur zant warnan. E zudi oa bezan en iliz, ha kertri en dije da verrat e bedennou; e blijadur oa digemer ar beorien ha rei d'eze an aluzen. Da seitek vla, Philip VI, roue Frans hag e eontr diouz tu e vamm, a reas d'ezan dimezi d'eur brinsez eus e oad, Janned Breiz, merc'h Gien Penteür, breur Yan III, duk Breiz. Bezan e oe eur skouer eus an holl vertuziou a c'hall diwan en kalon eur pried kristen. Pevar bla so oa dimezet pa varvas Yan III, hep lezel eur bugel da zougen e gurunen war e lerc'h. An daou gar tostan d'ezan oa Yan Montfort, e hanter-vreur, pried Janned Flandr ha Janned Breiz, e nizez, pried Charlez Breiz. Gwiriou Charlez Bleizh a re Yan Montfort, herve barnerien an amzer-ze, a oa keit ha keit; gant aon d'ober gaou ouz hini ebet, Yan III ne fellas ket d'ezan anaout re ar c'hentan kentoc'h eget re an eil; pa vije komzet a ze d'ezan war e' dremenvan, e lavare : « En han' Doue, lezet ac'hanon en peuc'h; n'houllan ket samman ma ene. » Goude e varo, ar Vretoned a 'n em rannas en diou gostezen : hini Bleiz, harpet gant Bretoned Breiz-Uhel ha gant ar C'hallaoued, ha hini Montfort, harpet gant Bretoned Breiz-Izel ha gant ar Zôzon. Ar brezel a zirollas hag ar gwad a ruilhas en pevar c'horn ar vro. Yan Montfort a varvas en Henbont, d'ar 26 a viz gwengolo 1345; mes ar peuc'h ne deuas ket en Breiz evit kelo ze, rak eur bugel c'houec'h vla, Yan Montfort eveltan, a chome war e lerc'h, hag ar brezel, goude bezan padet pevar bla etre ar eontr hag an niz, a badas naontek vla etre an daou genderv. Charlez Bleiz, ha ne gare nemet ar peuc'h, a dremenas e vue en kreiz trouz ar brezeliou; mes daoust da ze, ne dec'has ket eur gammed diwar hent ar zantelez. Dougen a rê dindan e zilhad eur gouriz reun stardet endro d'e gorf gant kerden leun a skoulmou. Kousket a rê war an douar noaz pe war ar c'hoad; ouspen d'an deiou merket gant an Iliz, e yune daou zevez er zun ha derc'hent holl goueliou ar Werc'hez; karet a rê lakat e gorf en pinijen, evel ma kar ar re-all lakat o re en o êz. Kinnig a reas e zukach, hag en em rei a reas e-unan, korf hag ene, d'an hini a zo roue ar rouane hag ôtrou an ôtrone. Bemde e lavare e vrevier gant unan eus ar veleien a veze bepred ouz e heul; pedi rê evit Breiz, evit ar zoudarded maro o tifenn e wiriou hag evit e enebourien; bemde e kleve diou oferen, ha gwell oa gantan koll eur c'hastel pe eur gêr eget koll eun oferen, rak eur gêr, emezan, a c'honezer anezi adarre gant sikour Doue, elec'h eun oferen, eur wech lavaret, n'he c'haver ken; bep noz ec'h ee da govez arôk mont da gousket, ha lavaret a rê ne dlee ket eur c'hristen mont en e wele en stad a bec'hed. Tostât a rê alïes, an daerou en e zaoulagad, ouz tol ar Zakramant meulet ra vezo. Troet oa d'ober vad d'an ilizou, da welet ar glanvourien, da wiskan ar beorien, da zifenn an intanvezed, da zevel an emzivaded, da zispartian ar gwir diouz ar gaou. Gant aon da vont eneb d'al lealded, e tastume endro d'ezan an dud ar gouiziekan war giziou ha lezennou ar vro. Karet a rê e bobl, ha poaniet oa o welet ar reuz a jache ar brezel warnezan, mes aliou e bried a vire outan da blegan d'e genderv. Kalonek oa en emgann; en de ma oe prizoniet gant ar Zôzon, er Roc'h, d'an 20 a vezeven 1347, daoust d'ar seitek gouli en devoa bet, e stourmas evel eul leon, epad div heur dioustu, harpet ouz eur voger goz, war dosen ar Mêzou; ha pa gouezas hanter-varo, ne fellas ket d'ezan rei e gleze d'eur Zôz, mes d'eur Breizad eus kostezen Montfort. Ar c'hollou a goueze warnezan n'hen lakent ket d'en em glemm eus an Otrou Doue. Lavaret a rê alïes : « Ra vezo binniget Doue en pep tra : Benedictus Deus in omnibus. » Pa deuas d'ar gêr eus a Vro-Zôz, goude bezan bet dalc'het eno seiz vla, ec'h eas war e droad, en kreiz ar goanv, dre an erc'h hag ar skorn, eus ar Roc'h da Landreger, da bardonan da ve sant Erwan. An dud ouz hen gwelet o tremen, a lede pallennou war an hent dre drue outan, mes hen a droe diwarne evit en em gastizan muioc'h-mui. Da Ouel-Mikêl 1364, goude bezan bet diou wech o kovez, klevet diou oferen ha bet o kommunian, ec'h eas da stourm ouz e enebourien en lanneier Alre; eno, eur Zôz a skoas gantan tol ar maro; kouezan reas war e benn d'an douar : « Ah ! Otrou Doue ! » emezan, ha kerkent e tremenas. Bertrand Gwesklen, pa welas petra oa c'hoarvezet, a lavaras : « Allas, maro eo kalonekan den a oa er bed ! » Dal ma paouezas ar stourmad, Yan Montfort a reas klask korf Charlez Bleiz e-touez ar re varo. Pa oe kavet, ec'h eas d'hen gwelet hag en em lakas da ouelan : « Doue a oar, emezan, ôtrou Charlez, nag a geun am eus d'ho kwelet evelse, pa c'halljemp bezan en em welet en eun doare-all. » Ober a reas sevel ar c'horf ha dougen anezan da Wengamp elec'h ma oe sebeliet en chapel menec'h sant Fransez. An dud a yeas niverus da bardonan d'e ve, ha miraklou kaer a vrudas e zantelez. D'ar 14 a viz kerdu 1904, Pi X a roas ôtre d'hen enori evel den eürus, ha d'an 8 a viz gwengolo 1910, 12 eskob, 30 prosesion, 700 beleg ha 30.000 den a ziredas da Wengamp, evit ar c'hentan pardon bras grêt en Breiz en enor d'an duk santel; an oferen-bred a oe kanet en kreiz ar Vali; an ôtrou Dubourg, arc'heskob Roazon, a reas en brezoneg meuleudi Charlez Bleiz. Sant Alor Hirie e rêr c'hoaz gouel sant Alor, a oe, war a greder trede eskob Kemper, en kerz ar VIet kantved. Bezan en deus eur chapel en Plijidi, elec'h ma ve grêt e bardon ar bevare sul goude Pask. K E N T E L Ar gwir eneb ar bed Eur c'horf hag eun ene hon deus, tud omp; gwir hon deus da vevan evel an dud, ha da rei d'hon c'horf, d'hon c'halon ha d'hon spered ar vagadurez a zo dioute. Bretoned omp : gwir hon deus da vezan rnistri en hon bro, ha d'ober Bretoned eus hon bugale; gwir hon deus da gaout skoliou a vezo hano enne eus ar yez kaer hon deus desket war varlen hon rnamm, hag eus ar zent koz hag eus an duked bras a grouas ken kaer hag a c'houarnas ken mat bro hon c'havel. Kristenien omp : gwir hon deus da gaout ilizou, e c'hallfomp tostât enne ouz ar zakramanchou, hag e c'hallfomp klevet enne komzou Doue eu hon yez binniget. D'ar veleien eo deski yez o c'hristenien, ha nan d'ar gristenien deski hini o beleien. Epad tri bla warn-ugent, Charlez Bleiz a oe en brezel; kemer a reas peurz en 1500 stourmad hag en 800 seziz. Rei a reas e vue evit difenn e wir. Heuilhomp e skouer; roomp hon danve ha betek hon bue zoken, ouz red, evit difenn hon gwiriou zakr a Vretoned hag a Gristenien : O lezel da vezan breset, Ouspen ar vez, a ve pec'hed. Eizvet devez a viz Here SANTEZ BERC'HET Intanvez (1302-1373) Berc'hed, eur brinsez eus ar Sued, a oa ganet er bla 1302. Hle zud a oa kristenien vat. He zad a yune, a yee da govez ha da gommunian bep gwener, evit goulenn ar c'hras da c'houzanv gant pasianted ar c'hroaziou a zigasje Doue d'ezan ac'han d'ar gwener war-lerc'h. Koll a reas abred he mamm, ha savet e oe gant unan eus he moerebezed, a oa ive eur wreg eus ar gwellan. Tri bla he devoa arôk ma c'hallas lavaret eur ger, mes dal ma c'hallas komz, e lakas he zeod da veuli Doue. Da dek vla, e klevas disklerian ar Basion, hag ar zarmon-ze a lakas an daerou da redek puilh eus he daoulagad. En noz war-lerc'h, e kredas d'ezi gwelet Hon Zalver Jezuz-Krist stag ouz ar groaz, gouliet ha leun a wad, hag e kave d'ezi klevet eur vouez o lavaret : - Sellet ouzin, ma merc'h. - Ha piou, a lavaras Berc'hed, eo ar re o deus grêt kemend-all d'ec'h ? - Ar re, eme ar memes mouez, a zispriz ac'hanon, ha ne reont van ebet, goude m'o c'haran evel ma ran. Adalek neuze, n'halle mui sonjal en Pasion Hon Zalver hep skuilh eur mor a zaerou. Da c'houezek vla, evit senti ouz he zad, e timezas da Vallon, prins Nerisi, en devoa triouec'h vla. Doue a vinnigas o eured, o rei d'eze eiz krouadur, pevar mab ha peder merc'h. Beneat ha Hudma a varvas abred; Charlez ha Birger a gemeras peurz en brezeliou ar Groaz hag a varvas en Douar-Santel. Mac'harit ha Sesilia a zimezas; Indelburj ha Katel a yeas da leanezed. Goude ginivelez an eiz krouadur-ze, an daou bried santel a reas le da dremen ar rest eus o bue evel breur ha c'hoar. Kreski rejont o aluzennou; an holl dud ezommek a zirede d'o c'haout; sevel a rejont eun hospital evit ar glanvourien. Mont a rejont o-daou da bardonan da Zant-Jakez-Kompostel, gant o bugale; en dizro, Vulfon a gouezas gwall glanv en Arras, hag eskob ar gêr-ze hen nouas. Parean a reas, a drugare Doue, ha pa oe en em gavet er gêr, en em dennas en eur manati, gant asant e bried. Eno e varvas, arôk eur bla, evel eur zant. Berc'hed, deut da vezan intanvez, a rannas he danve être he bugale evit en em rei holl d'an oberou a drugare. Dougen a rê dilhad dister, a starde endro d'ezi gant eur gorden leun a skoulmou; kovez a rê bernde, epad an tregont vla divezan eus he bue, ha meur a wech er zun e tostae tol ar Zakramant, meulet ra vezo; bep gwener e yune djwar bara ha dour. Sevel a reas manati Wastein, en eskopti Lincopen, er Sued, ha lakat a reas ennan tri-ugent leanez; en eun ti harp ouz ar manati-ze, e lakas trizek beleg en enor d'an daouzek Abostol ha da zant Pôl, pevar avieler, en enor da bevar doktor brasan an Iliz, hag eiz menec'h d'ober al labouriou disteran war-dro d'an ti. Rei a reas d'eze reolen sant Augustin. Menec'h ha leanezed santez Berc'hed n'o deus ken mennôz nemet enori Pasion Hon Zalver hag e Vamm Zantel. Ar venec'h a dle senti ouz al leanezed evit pez a zell treo an douar, evel en Fontevrault, mes al leanezed a dle senti ouz ar venec'h, evit pez a zell treo an ene. Goude bezan bevet daou vla en Wastein, Berc'hed a yeas gant Katel, ar yaouankan eus he bugale, da bardonan da Rom. Lakat a reas sevel eno eun ti evit rei digemer da skolaerien ha da bardonerien he bro. He c'harante evit Jezuz-Krist a reas d'ezi mont betek Jeruzalem. O tizrei eus an Douar-Santel e kouezas klanv hag e varvas en Rom, an 23 a viz gouere 1373. Sebeliet a oe he c'horf en iliz Sant-Lauranz; er bla war-lerc'h, Birger, he mab, ha Katel, he merc'h, a zigasas gante he relegou hag o dougas da vanati Wastein. Bonifas IX a lakas anezi e-touez ar zent, ar 7 a viz here 1391. He gouel a ve grêt en Iliz an 8 a viz here. Doue en devoa roët da anaout eleiz a dreo da zantez Berc'hed; laket int bet dre skrid gant Per, eur manac'h eus Sito, ha gant Matthias, eur chaloni eus Lincopen, a oe o-daou he renerien war hent ar zantelez. K E N T E L Kenteliou santez Berc'hed Da gentan. — N'eo ket sin vat bevan heb eur boan, eun anken pe eun dentasion bennak, p'eo gwir Jezuz-Krist en deus lavaret : « An neb ne zoug ket e groaz n'eo ket din ac'hanon-me. » D'an eil. — Ar beden a galon eo magadurez an ene, ha drezi, evel dre eur c'han, eo e skuilh Doue warnomp ar gliz eus e drugare. D'an trede. — Arabad eo d'ec'h dilezel ar beden a galon, na pa ne gavfec'h blaz ebet ganti; mes chomet bepred dirak Doue, hag ho polonte vat a dalvezo eur beden. D'ar pevare. — An neb a gouez alïes en eur fazi bennak, dre sempladurez, arabad eo d'ezan mont en dizesper evit ze, mes en em humilian : an orgouilh a ra d'an den fallgaloni, mes. ar gwir humilite a ro eun nerz neve d'ar galon. Navet devez a viz Here Sant Loeiz Bertrand Eus a Urz sant Dominik (1526-1580) Loeiz, mab d'an noter Jan-Loeiz Bertrand, a deuas er bed en Valans, er Spagn, an de kentan a viz genver 1526. Ar c'hosan oa eus a nao ; holl e tiskouezjont, dre o bue santel, pegement a vad a ra skoueriou ar gerent d'o bugale. Kar oa da zant Visant Ferrier, ha gwiskan reas eveltan saë menec'h sant Dominik. Er bla 1557, ar vosen a reas eun distruj spontus en rouantelez Valans; Loeiz, heb aon ebet, a rede war-dro ar glanvourien, ha goude bezan o zikouret da vervel ervat, e sebelie o c'horfou. Goude ec'h eas da brezek ar le da dud goue an Amerik. Doue a roas d'ezan ar c'hras da c'houzout o yez, hep bezan e zesket, ha d'ober miraklou da harpan e gomzou. En eur ober seiz vla, e c'honezas eno ouspen pempzek mil den da Jezuz-Krist. Er bla 1569, e tizroas d'e vro hag e prezegas gant frouez, epad daouzek vla, en meur a eskopti eus ar Spagn; kroui a reas prezegerien dispar da zerc'hel gant e labour, hag e lavare d'eze alïes : « Ar c'homzou, heb an oberou, ne dizont na ne wellaont ket ar c'halonou. Red eo e teufe ar beden da rei bue d'eze; anezi e teu o nerz. Ar prezeger ne deu ket e gomzou eus goueled e galon, ne ra vad ebet d'arre a deu d'e selaou, goude ma plijfe elavariou d'an diskouarn. Ar prezeger a deu a benn eus e dôl, pa deu a benn da vougan ar gasoni hag an techou fall ha da bellat an dud diouz ar pec'hed. Ha c'hoaz, arabad d'ezan kemer lorc'h ma ra an dra-ze, rak kement vad a zigouez war an douar, zo grêt gant Doue; an den n'eo nemet eur benveg etre e zaouarn binniget. » Ar zonj eus ar finveziou divezan oa kentan tra a deue en e spered, pa zihune, ha krenan rê gant ar spont rak barnedigez an Otrou Doue, pa zonje e oa Lusifer, gwechall ar c'bentan eus an Ele, ha Judas, unan eus an daouzek abostol, o-daou o tevi en ifern. Alïes e veze klevet o lavaret, evel sant Augustin : « Troc'het, devêt, Otrou, bezet em c'henver ken didrue ha ma karfet er bed-man, gant ma vefet trugarezus ouzin er bed-all. » Epad an daou vla divezan eus e vue, Loeiz Bertrand a oe skoet gant klenvejou poanius ; mes ne virent ket outan d'ober e binijennou hag e labouriou evel pa oa yac'h. Er bla 1580, e prezegas ar c'hoaraïz en Valans; eur fallaen en devoe epad ma oa er gador-brezek, ha red e oe e dougen d'e di. An arc'heskob e-unan a zervijas anezan ha ne dec'has ket diwar e dro keit ma vevas. Doue hen galvas davetan, an 9 a viz here 1580; e oa o ren e bempvet bla ha hanter-kant. Meur a bareanz a deuas da ziskouez ezan-telez, ha Pôl V hen lakas war roll an dud eùrus, eiz vla warn-ugent hepken goude e varo. Klemant X hen lakas e-touez ar zent, er bla 1671. SANT DENEZ Ober a rêr hirie ive gouel sant Denez, eskob, sant Eleuther, beleg, ha sant Rustikus, avieler, merzeriet o zri en Pariz, en kantvejou kentan an Iliz. K E N T E L An Ifern Eun ifern a lavar au dud dife ? ya, marvat sur ! Don ebet n'eo deut anezan biskoaz da rei d'imp eus o gelou. Nan, den ebet n'eo deut anezan biskoaz evit an digare mat ma chomer ennan da viken, eur wech kouezet ebarz. Eun ifern, a lavar darn-all ? mes Doue a zo ken trugarezus. Gwir eo, Doue zo mat, mes Doue ive a zo just, hag e justis a c'houlenn ma vefe eun ifern. Jezuz-Krist, an drugare en em c'hrêt den, hen lavar d'imp. Hen oa mignon ar bec'herien; Hen oa ar pastor mat a red ar mêziou, ken n'en deve kavet e zanvad dianket; Hen oa an tad a familh, mall gantan lazan a leue lart, evit ober eun digemer tener ha laouen d'e vabig kez a oa et pell diouz ar gêr da zismantr e zanve. Diskouez ara d'imp 'zo muioc'h a levenez en nenv evil eur pec'her a zistro ouz Doue, egetevit naontek ha pevar-ugent den jusl a dalc'h da vale war an lient mat. Lavaret a ra d'imp eo deut da c'hervel ar bec'herien ha nan ar re just; ha me oar !.. Trugare Jezuz-Krist a zo splann dizolo dre-oll, er Skritur-Zakr; mes e justis a zo ive; dalc'h-mat e tigaser d'imp ar zonj eus an ifern. Eun ifern a zo; Jezuz-Krist hen lavar d'imp. « Tennet ho lagad, emezan, eus ho penn, troc'het ho prec'h diouz ho korf, ma roont tu d'ec'h da gouezan er pec'hed, rak gwell eo mont d'ar baradoz, gant eul lagad pe gant eur vrec'h nebeutoc'h, evit bezan strinket en ifern gant an daou lagad ha gantan diou vrec'h, " « Petra dalv d'an den gonid ar bed holl mar teu da goll e ene ? » D'ar varn divezan, Jezuz-Krist a lavaro d'ar bec'herien : « Ite, maledicti : et diouzin, tud milliget, en tan a bado da viken, a zo bel ôzet d'an drouk-spered ha d'e ele. » — An tan ne varvo ket ken, an tân ne vezo ket mouget ken, a zo hano anezan, n'eo ket eur wech eo, hag en eur dremen, mes betek daouzek gwech, er Skritur-Zakr. — Ar gomz verr-man : " Eno e vezo garm ha shrignadeg dent, » ar gomz-ze a deu seiz gwech gant an Avielerien. Ha dreisl-oll, eman en Aviel parabolen ar fals pinvidik a oe sebeliet en ifern, nan abalamour ma oa pinvidik, mes abalamour ma n'en devoa ket grêt impli vat eus e binvidigez, epad ma touge an ele ar paourkez Lazar en kerc'hen Abraham, nan, kennebeut, abalamour d'e baourente, mes abalamour d'e baourente gouzanvet gant pasianted. Eun ifern a zo, hag eun ifern a renk bezan. rak war an douar-man pep-hini ne gav ket bepred e c'hopr, diouz ma ra. An holl boblou, hag an dud fallan zoken. hen kred. « Brao eo d'ec'h, » a respontas eun de Voltair, eun den dife mar oe biskoaz, da unan eus e vignoned hag a lavare d'ezan e oa deut a benn da gredi ne oa ifern ebet : « Brao eo d'ec'h neuze ; evidon-rne n'am eus ket gallet c'hoaz lakal ar greden-ze 'n em spered. » Eun ifern a zo; eun ifern hag a bado da viken, anez ze, n'eo ket Doue eo a vije mestr war ar pec'her, ar pec'her eo a vije mestr war Doue. Mes n'a d'an ifern nemet ar re a fell d'eze. N'eo ket Doue a zo o taoni an dud, an dud eo a 'n em zaon o-unan. Evel ar zent, diskennomp a spered en ifern epad hon bue, evit ma n'hon devo ket da ziskenn ennan goude hon maro. Dekvet devez a viz Here Sant Fransez Borjia Trede Jeneral Kompagnunez Jezuz (1510-1572) Fransez, pevare duk Gandi, mab da Yan Vorjia ha da Janned Aragon, a oa ganet en rouantelez Valans, er bla 1510. Da bemp bla, e vamm he devoa desket d'ezan gwirioneziou kentan ar relijion ha laket da ziwan en e galon ar c'hoant da vezan eur zant. Madelezus hag anaoudek a oa en kenver an dud a veve war e dro; anat oa abred e vije eun den eus ar re wellan. Da seiz vla, e oe roët d'ezan eur gouarner hag eur c'helenner, o-daou eus an dibab, a lakas ar zantelez hag ar ouiziegez da zevel ha da vleunian en e ene. Dek vla a oa, pa gouezas e vamm gwall glanv. Fransez a 'n em denne alïes en e gambr, hag e pede kalonek, war e zaoulin, an daerou en e zaoulagad, ha goude en em skourjeze kalet. E beden, koulskoude, ne oe ket chilaouet; dukez Gandi a varvas er bla 1520. Ar c'holl-ze a reas kalz a boan d'ezan; mes ar fe a reas d'ezan plegan e volonte da hini an Otrou Doue. Derc'hel a reas moullet ene galon kenteliou e vamm vat ha kemer a reas ar mennoz start da zenti oute epad e vue. Yan Vorjia a lakas neuze e vab etre daouarn Yan Aragon, arc'heskob Saragos, e vreur-kaer, ha d'e driouec'h vla, e kasas anezan da lez an impalaer Charlez V. Eno, e furnez a rê levenez an holl. Dougen a rê bepred warnezan « Levrig an Testamant Neve », e spered oc'h invori 'barz ar c'homzou kaer a zo ennan. An impalaer hen lezhanve « Mirakl ar brinsed. » Evit senti ouz an impalaerez, e timezas d'ar brinsez Eleonora a Gastro. Doue a vinnigas e eured hag a roas d'ezan eiz krouadur, pemp pôtr ha ter merc'h. Nao bla so oa el lez, pa zigouezas gant an impalaerez mervel en kreiz he brud. Fransez hag e bried a oe karget da gas he c'horf eus a Doled da C'hrenad, elec'h ma tlee bezan sebeliet. P'en em gavas er gêr-ze, e oe digoret an arched, herve ar c'hiz, evit ma teuje Fransez da doui oa en gwirione korf an impalaerez an hini a oa ebarz, mes ar c'horf a oa ken distumet hag ar c'houez a deue dioutan a oa ken ponner ma ne bade den en e gichen. Borjia a lavaras neuze ennan e-unan : «Pelec'h eman an daoulagad-ze a oa ken lemm ? Petra eo deut da vezan ar gened-ze a oa hep par, n'eus ket keit-se c'hoaz ? Ha c'houi eo Dona Izabel, an impalaerez? » Ken skoet e oe e spered gant se, ma n'hallas ket serri eul lagad en noz war-lerc'h. Hag e lavare outan e-unan : « O ma ene, petra glaskez er bed ? Pegeit e chomi c'hoaz da redek war-lerc'h treo goulo ? » Hag e reas le da vont da veleg, ma chomje beo wrar-lerc'h e bried. Prest goude e oe hanvet da c'houarner er C'hatalogn. Kerkent ha ma 'n em gavas en e blas, e lakas urz endro d'ezan; an henchou bras ne oent mui sternet gant al laeron, rak Fransez e-unan a yee d'o argas, ha lakat a reas ar re wasan d'ar maro. Evesât a rê war al lez-varniou ha war ar skoliou; nebeutoc'h a brosezou a oe en e amzer, hag ar yaouankiz a oe skolaet gwelloc'h eget diagent. E bried a varvas d'ar 27 a viz meurz 1546. Fransez en devoa neuze c'houec'h vla ha tregont. Dioustu en em lakas d'ober e studi, ha pemp bla goude, en miz eost 1551, e oe beleget hag ec'h eas en Kompagnunez Jezuz. Prezek a reas er Spagn hag er Portugal. Er bla 1-558, e reas en Valladoiid prezegen ganvou an impalaer Charlez V, an evoa heuihet e skouer hag a oa diskennet e-unan diwar an trôn, daou vla a oa, evit en em denn en manati Sant-Just. D'an 2 a viz gouere 1565, Fransez a oe hanvet da drede Jeneral Kompagnunez Jezuz. Kas a reas eun niver bras eus e relijiuzed da zougen sklerijen ar fe betek ar broiou pellan eus ar bed. Er bla 1570, e reas tro ar Frans, ar Spagn hag ar Portugal, gant ar c'hardinal Alexandrin, niz Pi V, evit kemenn d'ar gristenien mont da stourm ouz ar Vuzulmaned. Ar valeaden-ze a skuizas anezan kernent ma kouezas klanv en Ferrar, hag e oe red dougen anezan ac'hane da Rom; eno e varvas, en noz etre an 30 a viz gwengolo hag an de kentan a viz here 1572, o ren e eilvet bla ha tri-ugent. Laket war roll ar zent gant Klemant IX, er bla 1671, Fransez Borjia a oe laket e ouel an 10 a viz here gant Innosant XI, er bla 1683. K E N T E L Goude ar Maro Eur pennadik goude ma vefomp sebeliet, petra c'hoarvezo ? Unanik bennak a deuio d'hon be; eun de, ne deuio den ebet ken : ankouaet e vefomp. Tremenet a vezo heb-omp. brao bras. Ar c'hargou e oamp enne a vezo et gant, re-all, ha n'ey ket falloc'h an treo endro, tamm ebet. Ne vezo ezom ebet ac'hanomp ken, en nep lec'h. Ne welomp aze nemel eun tu eus an dôlen. An tu-all a guzer, ha mat a rêr, rak re rukunus eo. An tu-all eo diabarz ar be. Eno, eun nebeut deiou goude hon maro, ne vezo ac'hanomp ken nemet eur bern eskern e-touez breinadurez ha prenved, prenved hag a 'n em zrailho o-unan p'o devo peurdebret hon c'horfou paour. Selu aze petra chomo eus an izili-ze a garomp betek re : eun dra ha n'eus hano ebet ken da rei d'ezan, en yez ebet, eun dra heugus. Vanitas vanitatum et omnia vanitas : Avel hag avel, n'eus nemet avel. Na pegen disklant omp eta o tennan lorc'h eus ar pez n'eo netra. En em reomp izel, bihan, dister; an Otrou Doue a zo e holl c'hourdrouzou evit an dud lorc'hus hag e holl bromeseou evit an dud izel. Unnekvet devez a viz Here Sant Tarakus, Sant Probus ha Sant Andronikus Merzerien ar Silisi (304) An dra-man a c'hoarvezas epad an dekvet brezel a reas impalaered Rom d'ar gristenien. Tarakus, eur zoudard koz, ginidik eus a Glaudiopolis, Probus, eun den pinvidik eus a Zida, hag Andronikus, eun dijentil yaouank ginidik eus a Ephes, tri gristen mat, a oe chadennet en Pompeiopolis. Maximin, gouarner ar Silisi, a glaskas o lakat da nac'h o fe. Mes koll a reas e amzer ; ar gristenien a zalc'has start. Setu aman an drede loden eus o frosez. Maximin a lavaras : « Galvet ar gristenien fallakr. » An oflser Demetrius a respontas : «Aman emaent, Otrou.» Maximin a lavaras d'ar c'hosan aneze : - Evit pellât diouzit tourmanchou neve, kinnig ezans d'an doueou. - Lavaret am eus d'ec'h, eme Darakus, en Tarb da gentan, hag en Mopsuest goude, e oan kristen, ha kristen on bepred. Kredet ac'hanon, ar wirione a zo ganin. - Paour kez a zo ac'hanout, re divezat e vezo d'it kaout keun p'am bezo grêt d'it mervel en kreiz an tourmanchou. - Keun am bije pell zo, ma vije bet dleet d'in kaout. Galloud a teus war ma c'horf, gra outan 'vel a gari. - Kroget ennan ha laket-han en kroug, ma torro e bennad sod. - Ma vijen bet foll,e vijen deut da vezan ken fallakr ha te. - Breman pac'h out en kroug, sent ; anez ze, az pezo an tourmanchou a veritez. - Gra 'vel a gari. - Kredi rez, marvat, e teuio, pa vi maro, eur goz wrac'h bennak da enori da gorf ha d'hen balzami gant louzeier c'houez vat, mes bez dinec'h, ne chomo ket eur begad eus da relegou. - Gra d'in gouzanv ar pez a gari arôk ma maro, ha gra ouzin 'vel a gari, goude ma maro. - Tommet laonennou houarn ha laket-e d'ezan war e beultrin. - Hag e rafes kant gwech gwasoc'h, ne laki ket ac'hanon da zerviji da zoueou. - Digaset eun ôten, ha troc'het e ziskouarn ; touzet e benn ha laket warnan glaou beo. - Ma diskouarn zo diframmet, mes re ma c'halon a vir o nerz. - Diskroc'hennet, gant an ôten, e benn milliget ha laket warnezan glaou beo. - Hag e tiskroc'hennfes ma c'horf penn-da-benn, ne zilezin ket ma Doue, a ro d'in nerz da c'houzanv da venviou diaoulek. - Laket an houarn ru dindan e ziou c'hazel. - Ra zello Doue ouzit, ha ra varno ac'hanout hirie. - Den milliget, pesort Doue a bedez-te ? Lavar ! - Eun Doue hag a zo 'n az kichen ha n'anavezez ket, hag a roio da bep-hini diouz m'en devo grêt. - Kaset anezân d'ar prizon ha miret-han a-benn gourennadeg al loened, varc'hoaz. Prosez Probus a zo henvel awalc'h ouz hini Tarakus, nemet e kavas Maximin eun doare neve d'e heskinat : - Grêt d'ezan, emezan, evan gwin an idolou, ha laket en e c'henou eun tamm kig diwar an ôter. - Otrou Jezuz, Mab an Doue beo, a youc'has Probus, sell ouz ar pez a rêr d'in ha bez ma barner. - Poan 'teus bet, paour kez zo ac'hanoùt, ha koulskoude, teus tanvaet treo ar zakrifis. Petra ri breman ? - Ne teus ket gonezet kalz a dra o lakat ac'hanon, dre heg, da gemer restajou da zakrifisou, rak Doue a oar ma mennoz. - Sod zo ac'hanout, lavar e ri dre gaer ar pez teus grêt dre heg, hag e vezo torret d'it da chadennou. - Nan. Neuze Maximin a reas roudennan divesker ar merzer gant an houarn ru ha toullan e zaouarn gant tachou ; goude oe kaset d'ar prizon hag e oe digaset Andronikus. Heman, p'en em gavas, a oe stonket gant c'houez ponner ar c'hig rostet a oa el lez-varn. Maximin a glaskas, da gentan, e c'honid dre gomzou flour, ha rei d'ezan da gredi o devoa an daou verzer-all nac'het o Doue. Andronikus a respontas d'ezan ne oa nemet eur gaouiad. Neuze e oe grêt eun tântad tan paper endro d'ezan ha laket an houarn ru etre e vizied. - Diskiant, enebour Doue, diskibl Satan, a lavaras an dijentil yaouank, ma c'horf a zo lôsket, mes arabad d'it kredi am efe aon ouzit. Doue a zo ennon, dre Jezuz-Krist, ha disprizout a ran ac'hanout. - N'ouzout ket eta, eme Vaximin, e oa an den-ze a bedez eun torfetour hag a zo bet staget ouz ar groaz war urz ar gouarner Pilât ? - Ro peuc'h, rak ne zere ket ouz eun den eveldout komz eus Hennez. Maximin a grede bepred e c'hallje dont a benn eus Andronikus. Gourc'hemenn a reas lakat bara ha gwin ar sakrifis en e c'henou, evel da Brobus : - Breman, da vihanan, emezan, teus tanvaet aneze. - Ra vefet kastizet, c'houi hag ar re o deus roët galloud d'ec'h d'am labean gant ho sakrifisou. - Penn fall 'zo ac'hanout ! Evelse eo e kredez milligan an impalaered, kemend-all a beuc'h evel o deus digaset er bed ! Komz eus a beuc'h a oa brao, pa oa poullet ar gwad kristen en holl lez-varniou ar rouantelez. - O milliget am eus, eme ar merzer kalonek, hag o milligan a ran, an everien gwad-ze, o deus dismantret ar bed. Ra deuio dorn an Otrou Doue d'o c'hastizan, mac'h anavezfont an droug o deus grêt d'e zervijerien. Maximin, êt er-mêz anezan e-unan, a reas terri dent ha troc'han teod Andronikus. An de war-lerc'h, gant Probus ha Tarakus, e oe stlapet d'al loened goue da zispenn. O eneou a nijas d'an nenv. Doue a wiskas d'eze saë al levenez hag a lakas war o fenn kurunen ar gened (304). K E N T E L Micher ar zoudard Micher ar zoudard a zo eur vicher enorus, abalamour d'ar madou bras m'eo karget da zifenn, mes ar vicher-ze ive a zo eur vicher danjurus meurbed, ha meur a hini, siouaz, a weler o koll o-unan enni ar madou int karget da ziwal d'ar re-all. Koll a reont a-wechou bue o c'horf, war dachen ar brezel, mes ar c'holl-ze a zo eun enor, hag ar c'hrislen, pa gouez en emgann, a zastum eur gurunen. Meur a hini, siouaz, a weler o koll, er c'hazern, madou o ene, hag an dra-man eo ar gwasan. Kaer o deve, pôtred yaouank, eun tad hag eur vamm gristen bezan kemeret poan ganec'h d'ho sevel ha d'ho luskellat war o barlen en karante hag en doujanz Doue ; kaer o deve bezan tôlet evez warnoc'h, epad blaveziou kentan ho yaouankiz, ha bezan roët d'ec'h a bep seurt skoueriou mat, labouret ha poaniet o devo ganec'h, hep frouez ebet, epad ugent vla, ma ne labouret ket hoc'h-unan, d'ho tro, d'en em viret war hent ar fumez. Ar zoudarded kristen, gwechall, a veze gwell gante mervel mil gwech kentoc'h eget nac'h o Doue eur wech, ha c'houi a ve gwelet, hiniennou ac'hanoc'h, ouz hen ober, gant aon rak eur mousc'hoarz. Peseurt danve a zo eta oc'h ober ac'hanoc'h, kristenien ken bresk evel mac'h oc'h ? Daouzekvet devez a viz Here SANT WILFRID Eskob York (634-709) Wilfrid oa eur Zôz, hag a oa ganet en rouantelez Northumberland, war-dro ar bla 634. Da bevarzekvla, eoe kaset da vanati Lindisvarn. Ac'hane, war digare kreski e ouiziegez, ec'h eas d'ober eur bale da Vro-C'hall, hag en dizro, e chomas eur pennad en Kantorbery. Da dregont vla, war c'houlenn Alfrid, mab ar roue Oswi, e oe hanvet arc'heskob en York. Sakret e oe en Kompiegn; goude ar sakr, an eskibien hen dougas war eur gador aour, herve giz ar C'hallaoued. Epad ar pemp bla ha daou-ugent a vevas goude, en devoe eur vue trubuilhet, mar zo bet unan. Diskaret diwar e gador-eskob, laket warnezi adarre, hanvet da vont da eskoptiou-all, harluet eus bro e gavel, tôlet en eur manati, bezan e oe unan eus an dud ha n'o deus ket kavet eun eurvez plijadur e-touez an enoriou. E drubuilhou hag e vrezeliou a zervijas da startât al liammou etre Iliz e vro hag Iliz Rom. Arôk m'oa beleget, oa bet en kêr-benn ar gristenien; ar c'hentan a oe da vont eus e vro da bardonan war beziou an Ebestel. Ober a reas neuze anaoudegez gant sekretour ar pab sant Martin, an avieler bras Bonifas; heman a deuas da garet anezan evel e vab. Kemer a reas plijadur ouz e gelenn, o tisplegan d'ezan ar pevar Aviel, o tiskouez d'ezan an doare d'en em gerner evit kaout de gouel Fask, ha fazi ar Vretoned war ar poënt-se; lakat a reas anezan, erfin, da welet ar pab, ha da gaout digantan e wellan bennoz. Er bla 664, eun nebeut miziou hepken arôk ma oe sakret eskob, kristenien vrasan Breiz-Veur a 'n em vodas en Whistby, galvet gant ar roue Oswi, evit en em glevet war an de da lidan gouel Fask. Wilfrid a enebas ouz Kolman, eskob-abad Lindisvarn, hag en eur brezegen eus ar re gaeran, e lavaras e oa red da gristenien Breiz-Veur heuilh giz Rom hag ober o Fask d'ar memes devez gant an holl gristenien-all eus ar bed, elec'h bezan oc'h ober o fenn o-unan, heb an disteran digare vat : « En Rom, e lavaras Wilfrid, en eur ziskenn eus ar gador, eman penn an Iliz, rak Jezuz-Krist en deus lavaret da zant Per : « Te eo Per — da lavaret eo men, — ha war ar men-ze, me ' ziazezo an Iliz. » Oswi a lavaras raktal : « Hag anzav a ret-hu holl, kouls en eil tu'vel egile, eo bet lavaret ar c'homzou-ze gant Hon Zalver Jezuz-Krist da Ber, hag eo bet roët d'ezan, dre ze, alc'houeziou rouantelez an nenv ?» - Ya, a respontjont, hen anzav a reomp. - Mat ! eme ar roue, me lavar, me, ne fell ket d'in mont eneb d'an hini eman gantan alc'houe ar baradoz; ha senti rin ouz e urziou, gant aon na rofe ket a zigemer d'in divezatoc'h. Komzou Wilfrid ha re Oswi a c'honezas an holl, ha Bretoned ha Sôzon a dorras o giz fall evit senti ouz ar pab. Wilfrid a oe ar gouiziekan eus holl eskibien Breiz-Veur, war lezennou an Iliz. A-benn diou wech, pa oe stlapet diwar e gador eskob, ec'h eas da Rom d'ober e glemmou, hag en doare-ze e kustumas e genvroïz da drei o zellou warzu eskob an eskibien ha barner an holl gristenien. Er seizvet hag en eizvet kantved e vefont gwelet stank o heuilh e roudou, o rouane er penn arôk, hag o vont da bedi war beziou an Ebestel. Leo a zesko da rouane ha da gristenien Bro-C'hall an hent hag ar c'hiz da vont da bardonan da Rom. Wilfrid a c'halvas Eddi Stephani, eur c'haner bras eus rouantelez Kent, da zont da zeski kan-iliz sant Gregor en e eskopti. Sevel a reas eleiz a vanatiou eus a Urz sant Beneat, hag en Undalum, en unan aneze, e varvas d'ar 24 a viz ebrel 709, o ren e bempzekvet bla ha tri-ugent. Arôk mervel, e roas e holl beadra d'an ilizou, d'ar manatiou ha d'ar vignoned o devoa e heuilhet en harlu. Sebeliet e oe en iliz Sant-Per, en Rippon, ha pa oe dismantret an iliz-ze, e relegou a oe digaset da iliz-veur Kantorbery. K E N T E L Arabad eo e c'hallfe an Iliz fazian eur wech hepken Ar pez a lavar eun tad hag eur vamm a zo gwir evit ar vugale; ar pez a lavar eur skolaer a zo gwir evit ar bôtred a ve gantan er skol; ar pez a lavar eur barner a zo gwir evit ar re a deu d'e lezvarn; ar pez a lavar eur gouarnor a zo gwir evit ar re zo dindanan Evelse eman au treo, ha mat eo e vefent evelse; ma ne vefent ket evelse, penôs e chomfe ar familhou, ar skoliou, al lez-varniou hag ar gouarnamanchou en o zav ? An tad, ar skolaer, ar barner hag ar gouarner n'en em dromplont ket peurliesan; pa zigouez gante hen ober, o faziou a c'hall bezan reparet. An Iliz a renk bezan difazi, n'eo ket peurliesan, mes bepred, rak an den en deus ezom da c'houzout petra en deus da gredi ha d'ober evit bezan salvet; ezom en deus da c'houzout an dra-ze buhan rak n'en deus ket diou vue da vevan : unan da zeski ar vad, hag eun all d'hen ober. An Iliz a zo war an douar evit lavaret d'an den penôs en em gemer evit en em gaout en rouantelez an nenv; lakomp e c'hallfe fazian eur wech; kalz re e vije an dra-ze, na pa ne lakfe, dre he fazi, nemet eun den hepken da gemer hent an ifern, rak eur wech kouezet eno, ne deuer ken er-mez; kollet e ve an alc'houe. War ar pez a zo red da gredi pe d'ober evit bezan salvet, an Iliz eta a renk bezan difazi, n'eo ket peurliesan hepken, mes bepred ha bemde. Troomp alïes bon zellou warzu Kador sant Per, hag ec'h omp sur da vale, hep fazian, war hent striz ar vue. Trizekvet devez a viz Here SANT EDOUARD Roue Bro-Zôz (1042-1066) Edouard, an divezan roue a ouenn sôz a c'houarnas Breiz-Veur, a bignas war an trôn er bla 1042, hag a c'halle bezan neuze eun daou-ugent vla bennak. Ne oa ket henvel ouz an dud-ze a dremen o bue o redek war-lerc'h an enorïou; gwell oa gantan, emezan, chom hep dougen e gurunen, kentoc'h eget ober poan d'eun den hepken evit mont d'he c'herc'hat. Karet a rê e bobl, ha karet oa gantan. Kement hini a dostae outan a glaske eünan e vue war skouer e hini. Er blaveziou arôk m'oa pignet war an trôn, an Danemarkiz o devoa grêt ar rins war Bro-Zôz. Laeret o devoa an ilizou ha harluet ar veleien. Kentan mad reas Edouard a oe lakat ar relijion da zevel ha da vleunian en e rouantelez. Breiz-Veur n'eo ket bet biskoaz eürusoc'h eget en e amzer. Ne veze ket ken laouen gwech ebet evel pa 'n ije rannet, etre an dud ezommek, kement a vije en e di. Abalarnour d'e drugare dispar, e oe lezhanvet tad an emzivaded hag ar beorien. E zujidi o devoa c'hoant d'e welet o timezi, hag e sentas oute. Mes arôk an eured, en em glevas gant an hini en devoa dibabet da bried, evit bevan o-daou evel breur ha c'hoar, rak pell a oa en devoa grêt le da viret e werc'hded. Ken bras oa e le ha ken birvidik e garante ma veritas gwelet, ouspen eur wech, Hon Zalver Jezuz-Krist, kaer ha skedus, war an ôter, epad an oferen. Ne vanke kammed da rei an aluzen d'an neb a c'houlenne outan en hano sant Yan. Eun devez, an avieler santel e-unan, dindan furm eur paourkez goloët a zruilhou, a astennas d'ezan an dorn en eur lavaret : « Eun draïk bennak, mar plij, en hano sant Yan. » Ar roue, en devez-ze ive da vihanan, ne oa ket eur gwenneg warnan, ha setu hen o lemel e walen aour hag o rei anezi d'ar paour-kez. Prestik goude, sant Yan a deuas da zigas ar walen d'ezan endro, ha da zisklerian d'ezan e tostae e heur divezan. Grêt en devoa le da vont da bardonan da Rom, ha preparet en devoa profou kaer da gas gantan da veziou an Ebestel Per ha Pôl; mes pennou-bras ar vro a gredas ne oa ket dleet d'ezan mont eus ar gêr, abalamour ma ne oa ket diazezet mat awalc'h c'hoaz ar peuc'h en e rouantelez. Edouard a skrivas neuze da Léon IX, a oa war Gador sant Per; heman. a roas dispans d'ezan eus e le, gant ma roje d'ar beorien eul loden eus an arc'hant en dije dispignet o vont da Rom, ha gant ma lakje al loden-all da zevel eur manati en enor da zant Per. Abalamour da ze, ar roue santel a lakas sevel iliz Westminster, elec'h ma tlee holl rouane ha rouanezed Bro-Zôz bezan sakret ha sebeliet. Pa oe achu an iliz-ze, e oe grêt gouel bras he dedi, mes ar roue a gouezas klanv epad al lidou hag e renkas mont d'e wele kerkent ha ma 'n em gavas er gêr. Mervel a reas en peuc'h, ar 5 a viz genver 1066, er pevare bla ha tri-ugent eus e oad. Pevar bla warn-ugent oa bet war an trôn. Biskoaz ne oe keun da brins ebet evel ma oe d'ezan. Gwilhou, duk an Normandi, ha roue war e lerc'h, a reas lakat e gorf en eun arched presius. Alexandr III hen greas sant er bla 1161. Sant Thomas, arc'heskob Kantorbery, a lakas ober e ouel an 13 a viz here. K E N T E L Al Leou Ober le a zo lavaret da Zoue e refomp eun dra vat bennak, dindan boan a bec'hed. Lavaret da Zoue e yunfomp bep gwener, dindan boan a bec'hed, a zo ober le; lavaret da Zoue, a greiz eur c'hlenved, ec'h efomp, dindan boan a bec'hed, da bardonan da Folgoat, da Rumengol, da Sant-Erwan pe da Zantez-Anna, ma teu d'imp ar yec'hed, a zo ober le; lavaret da Zoue e virfomp hon gwerc'hded, dindan boan a bec'hed, a zo ober le. Mat eo ober leou, hep mar ebet; mes arabad ober aneze re vuhan, ha hep goulenn kuzul digant ar c'hovezour pe digant unan bennak-all; anez ze, e tanzeomp trubuilh, sur awalc'h, a-benn an amzer da zont. Mat eo ober leou : mes red eo derc'hel d'eze. Pa roomp hon ger d'eun den, mezus eo d'imp mont eneb goude; pa roomp hon ger da Zoue, pec'hed eo d'imp chom heb ober diouz ze, nemet dispans hon deve bet. Pevarzekvet devez a viz Here SANT KALLIST Pab ha Merzer (217-222) Kallist a oa eur sklavour en penn kentan e amzer; o vezan ma oa eur spered kaer a zen, Karpophorus, e vestr, hen lakas da ren eur bank en e hano, mes n'hallas ket en em denn kaer er vicher-ze. Ar Judevien, o kredi e oa en hent ha golo d'eze, hen diskuilhas evel kristen da Fuscianus, prefed Rom (188), a gondaonas anezan da vont da labourat da vengleuziou ar Sardaign. Daou pe dri bla so e oa eno, pa deuas Marcia, eur baganez koulskoude, da c'houlenn digant he fried, an impalaer Kommod, frankiz ar gristenien a oa bet kondaonet da vont da labourat d'ar Sardaign. En doare-ze e c'hallas Kallist dizrei d'e vro. Pa bignas Zephirin war Gador sant Per (199), e welas dioustu pegen talvoudek e vije d'ezan eur c'hristen speredek ha kalonek evel Kallist, ha gant asant ar bobl, e roas d'ezan an urziou sakr. Hanvet e oe raktal da avieler-bras, ha karget da ren ar veleien ha da c'houarn ar « vered ». Ar «vered-ze » eo an tamm leve kentan he deus bet an Iliz war he hano; roët e oe d'ezi gant familh vras ar Sesilianed; enni e oe sebeliet korf ar verzerez Sesilia ha re ar pabed, epad meur a gant vla. Kallist a oe an hanterour etre an Iliz hag ar Gouarnamant; dont a reas a benn da lakat ar Gouarnamant da anaout ar gwir he devoa an Iliz, evel sosiete, da vezan perc'hen ha da zifenn he feadra dirak al lez-varniou. Lakat a reas ober labouriou bras ha kaer war-dro ar « vered dindan douar ». Ouspen ar vins ledan hag a-wel d'an holl a zo da ziskenn enni, e lakas ober eur vins kuz, d'ar gristenien da c'hallout mont ha dont, pa zigouezje d'ar baganed 'n em zevel en o eneb. Da varo Zephyrin (217), e oe hanvet da gemer e garg; chom a reas pemp bla war Gador sant Per; en e amzer a kredas ar gristenien sevel o ilizou kentan dindan heol binniget an Otrou Doue. Ar baganed, eun devez, a 'n em gemeras outan, ha goude bezan e stlapet en eur puns, e lazjont anezan eno a dôliou mein (222). An Iliz a chome galloudus war e lerc'h, gant he beleien niverus hag he doktored vras; harpet gant ar familhou kentan ha pinvidikan a oa en Rom, e wele, gant dudi, an dud dister hag an dud paour o 'n em vodan endro d'ezi, hag o c'houlenn diganti sec'han o daerou ha harpan o zempladurez. K E N T E L An Iliz a c'hall bezan perc'hen An ezommou a grou ar gwiriou. An Iliz he deus gwir da gaout danve, evit an digare mat m'he deus ezom danve. Bezan he deus he relijion da gas endro; ezom he deus tïe evit bodan he c'hristenien, ôteriou, listri sakr, gwiskamanchou-oferen, kleier, goulou, ezans; an treo-ze holl ne vezont ket kavet evit netra. Bezan he deus he beleien, hag o vezan n'eo ket êle int, e renk o bevan, o gwiskan, o lojan, pleal gante pa vezont klanv ha pa vezon t koz. Bezan he deus he skoliou evit sevel ervat he bugale, he fatronachou, evit ober kristenien rik ha kalonek eus he yaouankiz, he hospitaliou, evit repui he emzivaded hag he feorien. An Iliz he deus gwir da gaout danve, evit an digare mat m'he deus ezom danve, evel m'en deus ar paour gwir da gaout bara, evit an digare mat m'en deus ezom da vevan. Kemer madou au Iliz heb he asant a zo eul laeronsi euzus a denn malloz an Otrou Doue war gement hini hen gra, liag a zigor an nor da bep dislealded. Ma kav d'ar vourc'hizien a zo en penn ar Gouarnamant eo mat laerez madou ar veleien, arabad d'eze, kennebeut, kaout fall gwelet ar beorien o klask diframman digante ive o re o-unian. Red eo e c'hallfe pep-hini bezan perc'hen d'e beadra; anez ze, ar bed n'hall ket chom ep e zav. Pempzekvet devez a viz Here SANTEZ THEREZA Gwerc'hez (1515-1582) Thereza he deus skrivet he-unan, war urz he c'hovezour, al loden vrasan eus he bue. Dreist pep tra e kare ar zentidigez, ar wirione hag an humilite; rak-se, alïes e kav digare d'en em damall ha d'en em lakat izellan m'hall, kammed d'en em veuli. He zad hag he mam, eus Avila, er Spagn, a oa tud eus ar renk uhelan. Eleiz a vugale a deuas d'eze. He zad en devoa tri eus eun dimezi kentan, ha nao eus eun eil; holl e savas aneze en doujanz Doue. « Ma zad, eme Thereza, a gare kalz lenn levriou mat, ha bezan en devoa hag a oa en yez ar vro, evit ma c'halljemp o lenn; ma mamm a oa a-du gantan evit deski d'imp hon deveriou a relijion ha lakat, dreist-oll, an devosion d'ar Werc'hez da ziwan ennomp. Biskoaz skouer fall ebet ne baras dirak hon daoulagad; ne veze grêt stad en ti nemet eus ar vertu. Ar beorien a gave bepred digerner mat ; ar zervijerien a veze grêt d'eze evel da dud an ti. Biskoaz, war muzellou ma zad, n'am eus klevet an disteran gaou, nag an disteran leou-douet, nag an disteran drouk-prezegerez. » En eur skol evel houman, Thereza a deuas, a vihanik, da vezan ive devot bras. Karet a rênt, eur breur d'ezi ha hi, lenn bue ar Zent, hag o welet ar vad hag ar joa o devoa ar verzerien o renti testeni ar gwad da Jezuz-Krist, e teuas c'hoant d'eze da skuilh ive o gwad evitan. N'o devoa er mare-ze nemet c'houec'h ha seiz vla. Setu i o tec'hel dre guz eus ti o zud hag en hent warzu bro ar Vuzulmaned. Eur yeontr d'eze o c'havas war-dro kêr Avila hag o digasas d'ar gêr. O welet n'hallent ket bezan merzerien, e lakjont en o fenn sevel peb a ermitach en liorz o zad; mes kaer o devoe, ne deujont biken a benn da zevel o lochen. Ar mogeriou, grêt gant mein sec'h, a-vec'h en o zav, a goueze en o foull. « C'hoariou bugale, eme Dhereza, hag a ziskouez, koulskoude, pegement a c'hrasou am eus bet a vihanik digant an Otrou Doue. » N'he devoa c'hoaz nemet daouzek vla pa gollas he-mamm. Neuze, he daoulagad leun a zaerou, ec'h eas dirak skeudenn ar Werc'hez goulenn diganti derc'hel en he c'henver plas he mamm. Arôk daou vla goude, e oa chenchamant vras en he bue. Eur genitervez d'ezi leun a garante ar bed, a zaremprede an ti, ha Thereza he devoa grêt anezi he mignonez. Ne zaleas ket da zont da vezan henvel outi : « Ma 'm ije eun ali da rei d'an tadou ha d'ar mammou, eo lavaret deze evesât, dreist pep tra, na deufe o bugale da zarempredi re-all hag a c'hallfe deski d'eze treo poazus; eno eman ar penn kentan evite, rak dre natur omp troetoc'h d'ober an droug eget ar vad. » He zad a oa war evez ha ne zaleas ket lakat urz Thereza a oe kaset d'ar gouent. Pevarzek vla he devoa neuze. Ne zonje tamm ebet en em ober leanez, mes ar c'hoant-se a ziwanas buhan en he c'halon. En miz du 1534, e reas le en Urz Karmelitezed Avila. E oa neuze o ren he ugent vla. Kredi a rê d'ezi bezan en em gavet er porz. Fazian a rê. Doue a oa en gortoz a dreo bras diganti, ha red e oe d'ezi tremen dre ar boan evit en em brepari d'ar pez a vije fiziet enni. Epad pevar bla hanter, e renkas chom war he gwele ha gouzanv poaniou bras. Hi n'en em glemme ket. « P'eo gwir, emezi,, hon deus bet an holl vadou digant Doue, perak ne zigemerfemp ket ar boan eus e zorn ? Hag e chome laouen. Diwar neuze, e kemeras ar gustumans d'ober ar beden a galon, da chom bemde, epad eun heur hag ouspen, da zonjal en eur wirione bennak eus ar fe, da bleustri warni ha da glask an tu da lakat anezi da dalvezout evit mad he ene. Ar yec'hed o vezan deut d'ezi eun nebeut, (ne deuas ken mat awalc'h, klanvidik e chômas,) e teuas adarre da vezan klouar en kenver Doue. He c'halon a chome stag ouz tud he devoa anavezet er bed. "Plijadur a gaven, emezi, o komz eus treo ar bed gant tud ar bed, ha dre ne veze ket ofanset Doue en divizou-se, e kaven digare da zerc'hel. » Doue a roas d'ezi da c'hôut ne telle ket d'ezan e vije he c'halon lodennet etrezan hag ar bed. Lôsk oa deut ive war ar beden a galon. An treo-ze holl a reio enkrez d'ezi evit ar rest eus he bue, ha pa deuio, en he humilite, da lavaret ne deo nemet eur bec'herez vras, ne lavaro nemet ar pez a zonj. Ne deuas da vezan birvidik adarre nemet p'en em roas a greiz kalon d'ar beden. « Gant a refet, emezi, arabad tremen hoc'h ene hep peden, n'eus forz pegen dievez, pegen divlas, pegen inaouet a vijec'h da gommans ; Doue ho tigollo. » Hag en gwirione, Doue he digollas, hi ive. Diwar neuze e kreskas c'hoaz he finijennou hag he fedennou; diwar neuze ne c'houlennas nemet eun dra : « Pe gouzanv poan pe vervel » ; diwar neuze e reas le d'ober bepred ar pez a anavezfe evit bezan ar gwellan. Prest oa breman evit al labour a c'hede Doue diganti. Ar reolen gos a oa deut gwall lôsk en kouenchou Karmel; ne oa mui pinijennus evel m'oa bet. Thereza, kelennet gant Doue, i zonjas digas endro reolen striz an amzer gentan. Evit-se e reas sevel en Avila eur gouent neve en enor da zant Jozef (1562). Eno e vleunias a neve vertuziou kaer Urz Karmel. Brezel a oe grêt d'ar zantez gant pennou-bras ar vro ha gant he c'henvroïz eus Avila; ne oe galvet gante nemet ar follez. Hi a chome bepred laouen ha, pa deue unan bennak da zigas kelou d'ezi eus an droug a vije lavaret anezi, e responte gant dousder : « Mat, mat ! lezet-e, ma vijen gwelloc'h anavezet gante, e kavjent digare da lavaret c'hoaz muioc'h. » Mes kaer a ve klask mougan ar vertu dindan eur bern geier, hi a ve bepred trec'h, ha seul-vuioc'h e ve bet labeet, seul-vui e teu da lufran. Evelse e c'hoarvezas ive gant Thereza. Ar pab Pi IV a ôtreas ar chenchamant digaset en Urz Karmel. Otre a oe roët d'ezi, zoken, d'ober ar memes tra evit Urz ar bôtred, hag arôk fin he bue he devoe ar joa da welet c'houezek kouent neve savet evit ar merc'hed ha pevarzek evit ar bôtred. Ouspen ar skoazel a roë Doue d'ezi, he dousder, he laouenedigez, he spered lemm hag he skiant a c'honeze an holl. Ar gwel hepken anezi a rê karet ar vertu. He amzer divezan a dremenas o vont eus an eil kouent d'eben, o lakat urz en pep lec'h. Daoust pegen skuiz e veze gant ar beajou-ze, daoust n'he devoa mui tamm yec'hed ebet, e heuilhe pen-da-ben reolen he Urz; betek an de divezan e talc'has da vezan eur skouer beo evit he c'hoarezed. O tont eus sevel eur gouent neve en Burgos, e kouezas klanv en Alb. Santout a reas e oa deut eviti ar mare da vont daved an Hini he devoa kement karet ha laket karet hed he bue war an douar. Goulenn a reas he zakramanchou divezan, hag en eur lavaret ar c'homzou-man : « Ma Doue, na zisprizet ket eur galon glac'haret gant ar c'heun d'he fec'hejou, » e varvas en peuc'h, d'ar 15 a viz here 1582. He c'horf a oe beziet en kouent Alb, hag eno e chomas tri bla. Neuze, war c'houlenn ar pennou-bras eus Urz Karmel, e oe kaset da Avila. Mes er bla war-lerc'h, war glemm duk Alb ha war urz ar pab, e oe digaset a neve da Alb. Ar c'horf a oa chomet en e bez, gwevn an izili anezan evel pa vijent beo. Nao bla ha tregont goude he maro (1621), e oe laket en renk ar zent. Meur a hini eus an dud o devoa he anavezet a deuas da renti testeni eus he zantelez hag eus he miraklou. Sant Konogan En de-man e rêr ive gouel sant Konogan, diskibl sant Gwenole, hag eskob Kemper war-lerc'h sant Korantin. Eur barouz en hon bro, Treogan, he deus he gemeret da batron : chapeliou an eus en Karnot, en Gronwel hag en Lokarn, en Penhars. Ar zant-man a zo pedet ouz an derzien. K E N T E L Kenteliou santez Thereza - Komzet nebeut, dreist-oll, pa vefet en kompagnunez vras. - Bezet laouen gant ar re a zo el laouenedigez; kemeret peurz en glac'har an dud glac'haret, evit o gonid holl da Jezuz-Krist. - Na lavaret kammed vad ac'hanoc'h hoc'h-unan, nag eus ho spered, nag eus ho tanve, nag eus ho ligne.. dalc'het sonj hoc'h eus bet an holl dreo-ze digant Doue. - Gret pep tra evel pa vije Doue test eus hoc'h oberou; arabad drouk-prezek na selaou ar re-all o trouk-prezek. - Arabad eo d'ec'h gourdrouz epad ma vezo droug ennoc'h, gorozet ma vezo tremenet ho kouad. - Sonjet n'eus nemet eun ene da goll pe da c'hounit, ne varvfet nemet eur wech, eo berr ho pue, hag e teu, d'he heul, eun eternite a boan pe a joa. C'houezekvet devez a viz Here Sant Jerard Majella 1726 -1755 Jerard-Mari Majella a deuas er bed d'ar c'houec'h a viz ebrel 1726, en Muro, ugent leo diouz Napl. E dad a oa ke-mener. Adalek e vlaveziou kentan, plijadur Jerard oa bezan oc'h ober ôteriou bihan hag o tesrevel lidou an Iliz. En kichen Muro eman chapel Kapotignano, elec'h mac'h enorer eur skeuden eus an Itron-Varia, ar Mabig Jezuz ganti war he brec'h. Da bemp bla, Jerard a yeas di eun devez,ha kerkent ha ma oa daoulioet, ar Mabig Jezuz a ziskemias diwar brec'h e vamm da zont da c'hoari gantan, hag a roas d'ezan eun dorz vara gwiniz. Ar bugel, laouenik holl, a gasas ar prof d'e vamm : « Piou en deus roët an dra-ze d'it ? » a c'houlennas houman. - Mab eun itron gaer on bet gantan o c'hoari, » eme ar bugel. An dra-ze a 'n em gavas ouspen eur wech. War-dro e seiz vla, Jerard en devoa c'hoant bras da vont da gommunian. Eun devez e tostaas ouz an dôl zantel; ar beleg a oa o rei ar gommunion a gavas anezan re yaouank, hag a chômas hep rei d'ezan an hosti santel. Ar c'hrouadur a yeas er-mêz eus an iliz, an daerou en e zaoulagad. En noz war-lerc'h, an arc'hêl sant Mikêl a deuas da zigas d'ezan bara an Ele. Eur wech-all ma oa war e zaoulin, harp ouz an ôter, eur bugel bihan a deuas eus an tabernakl hag a roas d'ezan ar gommunion. Da zek vla, Jerard a oe roët ôtre d'ezan da azezan ouz tol ar Zakramant. Adalek neuze e kommunias sul-gouel ha beb eil devez war ar zun. Da c'houezek vla, goude bezan desket e vicher a gemener, Jerard a yeas da vevel gant an ôtrou Albini, eskob Lacedonia. Rannan rê e bae en ter loden, unan evit e dud, eun all evit ar beorien, hag an trede evit anaon ar purgator. Da varo e vestr, ec'h eas en Urz leaned sant Ligori. Bezan e oe eur skouer evit an holl. Bemde en em skourjeze. Dougen are eur gouriz-houarn endro d'e ziouc'hroazel. Lakat a rê louzeier c'houero en e voed, d'e lein ha d'e goan. D'ar zadorn, e yune diwar bara ha dour. Ne gomze nemet pa veze lec'h da greski gloar Doue, d'ober vad d'an nesan ha pa veze ezom bras. Lavaret a rê : « Tu a roër d'imp da vezan sent; gwaz a ze evidomp ma chomomp da vreinan er pec'hed. Ma 'n em gollomp, e kollfomp Doue, hag eur wech kollet Doue, petra chomo ganimp ? » Pevar bla so oa et da relijius, pa oe tamallet en gaou en eun doare kazus. Ne glaskas ket en em zilenn, daoust pegen es oa d'ezan hen ober. Daou viz goude, e vistri a deuas da anaout ar wirione. Neuze sant Ligori a reas evellen e veuleudi : « Goude na vefe vertu-all ebet ken en Jerard, nemet ar re non deus gwelet an daou viz divezan, e vefe trawalc'h evit ma c'hallfen lavaret gant gwirione eo eur zant bras. » Tremen a reas goanv 1754-1755 en Kaposel, ha laket e oe eno d'ober ar vicher a borcher. Bemde, daou-c'hant den ezommek, da nebeutan, a deue da c'houlenn an aluzen da zor ar gouent. Kaer en dije rei, Jerard a gave bepred da rei. Awalc'h oa d'ezan en em gaout dirak ôter ar Zakramant pe dirak ôter ar Werc'hez, evit lakat e spered d'en em veuzi en Doue; e gorf a deue neuze da vezan ken berv gant ar garante, ma tomme an houarn dioutan, ha ken skanv ma nije evel eul lapous. Hen, ha n'en devoa ket grêt e studi, en devoa war dreo ar bed-all muioc'h a zeskadurez eget ar tarasan doktored. Anaout a rê treo an amzer da zont ha treo kuzetan ar galon; ouspen eur wech eo bet gwelet, war an dro, en daou lec'h dishenvel. Eul levr bras a vije grêt ma vije c'hoant da rei hano kement klanvour a bareas. Mervel a reas d'ar 16 a viz here 1755, o ren e navet bla warn-ugent. Pi X, d'an 11 a viz kerdu 1904, a lakas e hano war roll ar zent. K E N T E L Doue a gomz d'an den : d'an den eo selaou Doue I. — Doue a gomz d'an dud drezan e-unan. Komz a reas da Adam ha da Eva en liorzou baradoz an douar; komz a reas da Voyzez war gern ar Sinaï; komz a reas d'ar Judevien, epad tri bla, dre e Vab muian-karet Jezuz-Krist. Doue a gomz d'an dud dre an dud dibabet gantan d'ober ar c'hefridi-ze, dre ar pab, dre an eskibien, dre'ar veleien. Doue a gomz d'an dud dre ar Skritur-Zakr ha dre al levriou santel. Doue a gomz d'an dud dre an diavêz, dre gomzou a lennont pe a glevont. II. — Doue a gomz d'an dud dre sonjezonou hag a dreuz o ene, Treo zo hag a drernen en hon c'horf hep gouzout d'imp; ar c'hlenved hag ar yec'hed, an tomm hag ar yen a zo treo a deu hag a ya drezomp, hep gouzout d'imp, kouls lavaret. Evelse e tremen ive, en goueled hon ene, kant ha kant sonjezon santel hag a lavar d'imp : « Gra an dra-man; gra an dra-hont, » hag eo red d'imp teurel evez oute hag ober impli aneze. III. — Doue a gomz d'an dud pa vezont en gorloz anezan; Doue a gomz d'an dud pa vezont an nebeutan en gortoz d'e glevet. Per, Jakez ha Yan a oa war an ôd o tresan o rouejou, pa deuas Jezuz d'o fedi da vont d'e heul. Doue a gomz d'an dud en meur a zoare, ha dalc'h-mat, hag evit bezan war hent ar baradoz, n'eus nemet selaou mat e vouez ha senti outi. Pa ne selaouer ket anezan, e teu ha ne gomz ket ken; tec'hel e ra pa ne zenter ket outan. O Jezuz, pa ne gomzet ket d'imp, pebez tenvalijen ! Pa ne vec'h ket tost d'imp, pebez yenien ! Grêt eta ma vefomp war erez da selaou ho komzou, d'o adtremen 'n hon spered ha da. zeati oute : A neglectu inspirationum tuarum, libera, nos, Jesu. Seitekvet devez a viz Here Ar Plac'h eürus Mac'harit-Mari 1647-1690 Mac'harit-Mari Alacoque a deuas er bed en Lhauthecourt, en eskopti Autun, d'an 22 a viz gouere 1647, de ouel Mari-Madalen, hag a oe badezet tri de goude, da genver gouel sant Jakez. Sklerijennet ha kennerzet gant an Otrou Doue, e valeas war hent ar zantelez adalek he blaveziou teneran. Ne oa c'hoaz nemet eur bugel hag e kave he dudi o chom en iliz, war he daoulin, he daouarn kroaziet, da ginnig he c'halon d'he fried eus an nenv. Ar binijen, evel eur c'harziad spern, a vire dinam bleuniou he gwerc'hded. Da eiz vla e kollas he zad; he mamm a oa yost gant ar c'hlenved hag ar gozni ; bezan he devoe neuze kalz da c'houzanv abeurz ar plac'hed hag ar mevelien a veze war-dro an ti, mes kemer a reas skouer war an hini a zo dous hag izel a galon, hag en berr amzer, daoust d'ezi da vezan en kreiz ar bed, e pignas uhel en skeul ar zantelez. Da nao bla, e oe roët ôtre d'ezi da dostât evit ar wech kentan ouz tol ar Zakramant, meulet ra vezo. Bara an Ele a reas da dân karante Doue kregi kement en he c'halon, ma weled, kouls lavaret, ar flammou anezan o sevel betek he genou hag he daoulagad. Bodan rê endro d'ezi al1 vugaligou, evit deski d'eze gwirioneziou ar fe. O vezan roët he ger d'he fried eus an nenv, en em dennas er-mêz eus ar bed, ha da dri bla warn-ugent ec'h eas da leanez da Baray-le-Monial. Goude bezan grêt le, e oe evit he c'hoarezed eur skouer dispar eus an holl vertuziou; dous hag izel a galon; mat da zenti, mat da c'houzanv; troet gant ar binijen hag ar beden. Eun devez ma pede dirak ôter ar Zakramant, meulet ra vezo, hon Zalver Jezuz-Krist a roas d'ezi da anaout e vije laouen o welet an devosion d'e Galon-Zakr, he devoa karet kement an dud, o 'n em astenn dre ar bed, hag e roë ar garg d'ezi d'he brudan. Bezan he devoe eleiz da c'houzanv; koulskoude, biskoaz ne fallgalonas, ha kaer en devoe an ifern klask stourm outi, e kasas da benn al labour a oa bet fiziet enni. Bezan he devoe al levenez da welet an devosion d'ar Galon-Zakr anaveet dija en he amzer. Erfin, d'ar 17 a viz here 1690, e nijas d'an nenv evit eured an Oan, ar chadennou a stage anezi ouz an douar o vezan bet torret gant flammou ar garante kentoc'h eget gant ar c'hlenved. Pi IX a lakas he hano war roll an dud eürus, d'ar 4 a viz Gwengolo 1864. K E N T E L Promeseou Jezuz-Krist d'ar plac'h eürus Mac'harit-Mari I. - Ar re a vezo devot d'am C'halon-Zakr, me roïo d'eze an holl grasou o deus ezom en o stad. II. - Me lakao ar peuc'h en o familhou. III.- Me o frealzo en o holl boaniou. IV. - Me o diwallo hed o bue, ha dreist-oll war o maro. V. - Me skuilho ma bennoziou puilh war gement a c'hoantafont ober. VI. - Ar bec'herien a gavo em c'halon ar vammeu hag ar mor divent a drugare. VII. - An eneou klouar a deuio da vezan birvidik. VIII. - An eneou birvidik ne zalefont ket da dizout ar zantelez ar vrasan. IX. - Ma bennoz a vezo war an tier a vezo laket enne, a-wel d'an holl, eun dôlen eus ma c'halon. X. - D'ar veleien e roïn an tu gwellan da dizout ar c'halonou kaledet. XI. - An dud a vrudo an devosion-man o devo o hano skrivet em c'halon. ha ne vezo biken lemet diouti. XII. - Kement hini a gommunio da nao gwener kentan 'r miz, an eil dioustu war-lerc'h egile, o devo gras ar binijen war o zremenvan; ne varvfont ket heb o zakramanchou, ha kaout a refont em C'halon-Zakr eun digemer laouen ha konfortus en o heur divezan. Triouec'hvet devez a viz Here SANT LUKAS Avieler An avieler sant Lukas a zo bet meulet gant an abostol bras sant Pôl, pe, evit lavaret gwell, a zo bet meulet gant ar Spered-Santel e-unan, a gomze dre c'henou an abostol. Eur seurt enor a zo dreist kement a oufemp da lavaret. Ha koulskoude, ganimp-ni e chom e « Aviel » ha levr « Oberou an Ebestel », daou levr hag a zo eun testeni splann eus e zantelez hag eus e vertuziou dispar, p'eo gwir an eil hag egile a zo eul loden eus ar Skritur-Zakr. Sant Lukas a oa ganet en Antioch, kêr-benn ar Syri, brudet dre he c'hommerz, he finvidigez hag he skoliou bras. Lukas a heuilhas ar skoliou-ze en e yaouankiz, hag a deuas da vezan gouiziek war skianchou an amzer-ze ha war ar vedesinerez, dreist-oll. Sant Jerom a lavar e oa eur mestr war e vicher; ha sant Pôl, pa skrive da dud fidel Kolos : « Lukas, medisin, hon breur muian-karet, a rent d'ec'h ar zalud, » a ziskouez e talc'has an avieler san-tel e labour war-dro an dud klanv, goude m'oa kristenet. Lavaret a rêr ive e oa eur mestr-liver. En Rom, en eun toul kuz dindan an douar, en kichen iliz Santez-Mari in via lata, zo bet kavet eun dôlen eus ar Werc'hez, war ni skrivet e oa unan eus ar seiz livet gant sant Lukas. Lukas oa ganet pagan, mes abred ec'h anavezas relijion Jezuz-Krist, ha kerkent e heuilhas anezi gant prez. Ober a reas oberou ar fe, ha war genteliou Hon Zalver e reizas e vue. Dija e oa eur skouer eus an holl vertuziou, pa gemeras sant Pôl anezan evit bezan e genlabourer hag e gompagnon. Ar veaj kentan a rejont asamblez oa eus Troad betek Philip, er Masedoan, war-dro arbla 51. Diwar ar mare-ze, an daou sant bras-man n'en em zispartijont ket nemeur. Sant Lukas n'en doa ken c'hoant nemet rannan gant an abostol e labouriou hag e boaniou. Asambles e rejont tro ar c'hêriou bras eus ar Grès, hag eun eost puilh a gristenien a ziwanas war o lerc'h. Gant sant Pôl e oa pa oe heman prizoniet en Sezare; ha pa oe kaset ac'hane da Rom, Lukas hen heuilhas hag à chomas gantan (1). Eun nebeut blaveziou goude, pa oe, evit an eil gwech, prizoniet en Rom, sant Pôl, en e lizer da Dimothe, (2) a lavar «n'eus den gantan nemet Lukas ». An avieler eta a oa ar mignon fidel-ze n'hall bezan dispartiet diouz e vignon nemet gant ar maro. Lukas a skrivas e Aviel en Akaï, en gregach, yez ar vro-ze, war-dro ar bla 58. Ar pez a glaske, dreist pep tra, oa ober anaout bepred gwelloc'h bon Zalver Jezuz-Krist : e c'hinivelez burzudus, e gomzou, e oberou, e viraklou, e Basion hag e varo. Prezegennou an Ebestel a oa holl diazezet war an treo-ze; mes eur brezegen a ve buhan ankouaet; evit ober labour padus, red oa eta lezel dre skrid, gant ar gristenien neve, eul levr hag a vije kavet ennan, 'n eun doare berr, skler ha gwirion, skoueriou ha kenteliou an Otrou. Aviel sant Vaze ha hini sant Mark a oa savet dija; mes da gredi eo ne oant ket anavezet awalc'h er broiou ma prezege enne sant Pôl ha sant Lukas. (D'ar mare-ze, ne oa nemet skridou-dorn, hag ar skridou-ze ne oant ket stank). Lukas eta, desket mat gant e vestr sant Pôl, gant sant Per ha sant Barnabas, an evoa anavezet en Antioch, gant sant Jakez, kenderv hon Zalver, au evoa gwelet en Jeruzalem. ha gant meur a hini-all o devoa gwelet oberou an Otrou; kelennet ouspen gant ar Spered-Santel a ziwalle e bluen eus an disteran fazi, a gontas bue Jezuz adalek ar penn kentan. Aviel sant Lukas a zo, muioc'h eget an tri-all, Aviel trugare Jezuz en kenver ar bec'herien : ennan eo eman istor konversion Mari-Madalen ha parabolen ar Mab Prodig. - Aviel sant Lukas eo Aviel ar c'hantikou : ennan e kavomp ar Gloria in excelsis, ar Benedictus, ar Magnificat, an Nunc dimittis. — En Aviel sant Lukas e welomp ive, alïesoc'h eget er re-all, al lod o deus bet ar gwrage santel en dasprenadurez ar bed. Hen eo a gomzo ar muian eus ar Werc'hez Vari, eus santez Elisabeth, eus ar brofetez Anna, eus intanvez Naïm, eus Mari-Madalen, eus c'hoarezed Lazar, eus merc'hed Jeruzalem a heuilhas an Otrou war hent ar C'halvar. Tri bla goude, er blavez 60 pe war-dro, e skrivas levr « Oberou an Ebestel », a zo ive unan eus levriou sakr an Iliz. Petra deuas da vezan an avieler kalonek, goude merzerenti e vestr sant Pôl ? — Aman n'hon deus mui a desteniou sur. Gouzout a reomp hepken e talc'has da brezek Aviel Jezuz en kalz broiou ; mes bepred e tizroe d'ar Grès ha, dreist-oll, d'an Akaï. Eno ive, war fin ar c'hantved kentan, e varvas merzer. Er bla 357, war urz an impalaer Konstans, e relegou a oe douget eus Patras, en Akaï, da Gonstantinopl, ha laket en iliz an Ebestel gant re sant Andre ha sant Timothe. (1) Oberou an Ebestel XXVII, XXVIII. 16. (2) II. Tim. IV, 2. K E N T E L Kenteliou Sant Lukas Grêt d'ar re-all ar pez a garfec'h a ve grêt d'ec'h hoc'h-unan. Ma n'ho peus karante nemet evit ar re a gar ac'hanoc'h, peseurt mirit ho peus ? Ar bec'herien a ra kement-se. Ma ne ret vad nemet d'ar re a ra vad d'ec'h, pelec'h eman ho mirit ? Ar bec'herien hen gra ive. Ma ne roet en prest nemet d'ar re a c'hallo ho tigoll, peseurt mirit ho peus ? Ar bec'herien a ro ive en prest, gant ma vezo rentet d'eze kement ha m'o deus roët. C'houi, karet hoc'h enebourien, grêt vad ha roët en prest d'ar re n'oc'h en gortoz a netra digante, hag ho tigoll a vezo bras, hag e vefet gwir vugale an Holl-C'halloudek, azo mat en kenver an dud dianaoudek hag an dud fall. Bezel eta trugarezus evel ho Tad a zo trugarezus. Na varnet ket ha ne vefet ket barnet na gondaonet ket ha ne vefet ket kondaonet; pardonet hag e vezo pardonet d'ec'h. Roët hag e vezo roët d'ec'h ; eur muzul mat, ha stardet, ha gwasket, ha leun-chouk a vezo skuilhet en ho kerc'hen. Ar muzul ho pezo kemeret gant ar re-all a vezo ive kemeret ganec'h. AVIEL SANT LUKAS. VI, 31. 38. Naontekvet devez a viz Here SANT PER ALKANTARA 1499 - 1562 Per a deuas er bed en Alkantara, er Spagn, er bla 1499. E dad a oa gouarner ar gêr-ze hag e vamm a oa ive a ligne uhel. Kristenien eus an dibab oant o-daou, ha Per a lakas o c'henteliou da dalvezout. Ken devot oa ha ken sentus, ma kemered anezan, a vihanik, evit eur burzud. E oa oc'h achui e studi en Alkantara, pa varvas e dad. Neuze e oe kaset da skol Salamank evit studian lezennou an Iliz. Eno e tremenas daou vla, e amzer rannet etre ar beden, ar studi ha servij an hospital. Distro d'e vro, e chomas eur pennad en arvar da glask e hent. Ar bed a zigore d'ezan frank e zivrec'h, en eur ginnig d'ezan enoriou ha plijaduriou. Mes Per a wele eno kalz danjeriou evit silvidigez e ene. En em zonjal a reas mat hag ec'h eas d'ar gouent. En Manjarez e wiskas saë menec'h sant Fransez. N'en devoa nemet c'houezek vla. Diwar neuze, ar bed a oa maro evitan hag hen a oa maro evit ar bed. Beilh ' rê kement war e skianchou ha dreist-oll war e zaoulagad, ma n'anaveze e genvreudeur-menec'h, goude bevan tri bla gante, nemet dre o mouez. E vevans oa bara, dour ha louzeier divlas. Alïes e tremene daou ha tri devez hep tam; ne roë d'ar c'housked nemet nebeutan m'halle; eur pallen astennet war an douar noaz oae wele. Epad e vue hed-a-hed e talc'has ar pinijennou-ze. Daoust d'ezan da vezan piz warnan e-unan, e veze dalc'h-mat enkrezet gant an tentasionou; mes dre forz pedi hag en em viret izel a galon e chomas an trec'h gantan. Da ugent vla, e oe hanvet superior en kouent Badajoz. Eno e oe eur skouer beo evit e venec'h. Goude tri bla er garg-ze, e oe beleget ha laket da brezek (1524). Pa bigne er gador, e seblante d'an dud gwelet êl ar binijen. Eur vad dreist-muzul a reas dre e gomzou ha muioc'h c'hoaz dre e skoueriou, epad ar c'houec'h vla ma renas ar vue-ze. E c'hoant oa mont pelloc'h c'hoaz war hent ar zantelez. Goulenn a reas bezan kaset d'eur gouent, elec'h ma c'hallje bevan e-unan gant Doue; rak muioc'h e konte war ar beden, evit konvertisan an dud, eget war ar c'homzou helavar. Kaset e oe da gouent Sant-Onuphor. Eno e reas al levr kaer-ze, « Ar Beden a.galon », meulet gant santez Thereza, sant Fransez a Zal, gant ar pab Gregor XV ha gant kalz-all a dud brudet. Diskouez a ra ennan pegen red eo ar beden-ze evit magan ar vue gristen, peseurt trouez a denner anezi ha penôs en em gemer evit he ober mat. E-unan e roë ar skouer eus kement a c'hourc'hemenne d'ar re-all. E galon a veze dalc'h-mat troet warzu treo an nenv. Gwelet e veze o chom eun heur, hag ouspen a-wechou, e zaoulagad en nenv, e zivrec'h astennet en kroaz, hep finval an disteran, beuzet ma veze e ene en Doue. Yan III, roue ar Portugal, a c'hoantaas e welet evit kaout e ali war aferiou e gonsianz. Digas a reas d'ezan eur c'har kaer evit ober êsoc'h ar veaj; ar zant ne fellas ket d'ezan pignal ennan. War e droad diarc'hen ha gant e zilhad gros, ec'h eas da lez ar roue. Kement e plijas ma oe galvet eun eil gwech. Ar skouer eus e vue pinijennus a reas kement war dud al lez ma teuas m eur a hini d'en em gonvertisan, ha ma teuas ar roue da c'hoantât hen derc'hel gantan. Eur mennoz-all en devoa : ober evit Urz sant Fransez ar pez a rê santez Thereza evit Urz ar C'harmelitezed, da lavaret eo, digas er c'houentchou ar reolen striz roët gant sant Fransez e-unan. An ugent vla divezan eus e vue a westlas d'ober ze. O vezan bet grêt superior bras kouentchou an Estramadur (1538), e komansas lakat gwelloc'h urz er manatiou en devoa galloud warne. Derc'hel a reas goude gant ar memes labour en kouent Arabida, er Portugal. Mes pelloc'h c'hoaz e felle d'ezan mont. Gant ôtre ar pab Jul III ha hini e eskob, e savas eur gouent neve en Pedrozo (1555), hag eno e lakas da vleunian, evit mat, reolen striz sant Fransez. E venec'h a dlee bepred bale diarc'hen, kousket war dri blanken noaz, chom hep dibri na kig, na pesked, nag uou, nemet klanv e vijent, rei ter heur bemde d'ar beden ha miret ar baourante ar vrasan. Eun niver bras a gouentchou a gerzas war roudou hini Pedrozo, hag Urz sant Fransez a gemeras neuze eul lufr neve er Spagn, er Portugal hag er broiou tro-war-dro. Ar zant a dremene breman e holl amzer o vont eus an eil manati d'egile, evit kas e labour da benn. Refus a reas da Charlez V, an impalaer bras, chom gantan evit bezan e govezour; n'en devoa ken c'hoant nemet sikour e genvreudeur-menec'h. O tremen dre Avila, e welas santez Thereza. Houman, d'ar mare-ze, a oa nec'het hag enkrezet bras. Nag he c'henvroïz, nag he c'hovezour, zoken, ne felle d'eze kemer, evel deut a-beurz Doue, ar pez agave d'ezi bezan bet diskleriet gantan. Ar zant he c'hennerzas, a ziskouezas splann e oa ar wirione ganti, hag a reas d'ezi mont war rôk gant he labour. Kouezan reas klanv epad ma oa oc'h ober tro e gouentchou. O c'houzout e oa tost ar maro, e reas e zougen da gouent Arenas evit mervel etre divrec'h e vreudeur. En em gavet eno, e c'houlennas e zakramanchou divezan, e aspedas e venec'h da garet reolennou o Urz, ha dreist-oll ar baourente, hag e roas en peuc'h e ene da Zoue, d'an 19 a viz here 1562. Goude e varo, en em ziskouezas da zantez Thereza hag e lavaras d'ezi ar c'homzou-man : « 0 pinijen vinniget, he deus gonezet d'in eur gloar ken bras ! » Gregor XV hen disklerias eürus, ha Klemant IX hen lakas war roll ar zent, seiz vla goude. K E N T E L Gant ar benviou disteran Doue a ra an treo kaeran Mar zo eur benveg dister da welet war an douar-man, eo ar beden; ken dister eo, zoken, ma ve gwelet hiniennou ha ne reont impli ebet anezan; ne leveront na Pater na noster. Kement-se a c'hoarve. dreist-oll, gant eleiz eus hon c'henvroïz reuzeudik a ya da chom d'ar c'hêriou bras; o vont en kêr, e lezont Doue er gêr. Fur ha desket, war o meno, an dud-ze, hag a ra faë war ar beden, n'int na fur na desket; pa vezo lavaret mat, n'int nemet tud berwelet. Ne welont ket e kemer bepred an Otrou Doue ar benviou disteran d'ober an treo kaeran : infirma mundi elegit Deus, evel ma lavar ar Skritur-Zakr. An dra-ze a c'haller da welet bemde, en meur a stumm. Setu aze eur vozad ed a dôler en douar, bag a deu da vreinan epad ar goanv; piou en dije kredet, hep bezan hon gwelet, e c'hallje an had-ze, treo ken bihan-all, kaout nerz awalc'h evit rei bue da bennou ed, a dôlo, en leur o mestr, kant evit unan ? Piou en dije kredet, hep bezan hen gwelet, e c'hallje traouigou ken dister ha m'eo ar mez, kaout enne nerz awalc'h evit rei bue d'ar gwe brasan ha padusan a gaver en hon c'hoajou ? Hag ar pez a zo gwir evit an treo, a zo gwir evit an dud. Piou en dije kredet e c'hallje eur plac'h yaouank a renk izel, evel Katel a Zienn, rei he gourc'hemennou da brinsed, da rouaned ha da gardinaled he amzer, dont a benn da lakat ar pab e-unan da zizrei eus a Avignon da Rom, evel m'he deus grêt ? Piou en dije kredet e c'hallje eur verc'h yaouank seitek vla, evel Jann d'Arc, dont a benn da gemer renadur armeou Bro-C'hall, dont a benn da zevel ar seziz diwar Orléans, da guruni ar roue Charlez en Reims, ha da voutan ar Zôzon eus ar vro, evel m'he deus grêt ? Ar pez a zo gwir evit treo ar bed-man a zo ken gwir-all, ha gwiroc'h c'hoaz, evit treo ar bed-all; hag ar beden, dister da welet, pa ne zeller ket outi nemet diwar c'horre, he deus nerz da zigeri dor ar baradoz, ha galloud da bignal betek trôn an Otrou Doue. Ugentvet devez a viz Here SANT YAN KENTY Patron ar Pologn (140299 - 1562 Ar Pologn a zo chomet start en he fe katolik, en despet d'ar gwall-vue a zo bet grêt d'ezi gant ar Brusianed protestant ha gant ar Rusianed schismatik, o deus kemeret ar vro eneb pep gwir. He bugale a zo bet skoet, a zo bet harluet er Siberi, a zo bet lazet; mes hi he deus rniret fe ha yez he c'hendadou. Red eo ma vefe bet yennet start enni ar fe-ze gant he sent koz. Sant Yan Kenty a zo bet unan eus ar zent-se o deus diazezet ar Pologn war garreg Iliz Rom. Yan a oa ganet en Kenty, demdost da Grakovi, eus unan eus familhou bras ar vro. Dal ma c'hallas komz, e oe desket d'ezan lavaret ar Bâter, an Ave Maria, ar Gredo... Dal ma tigoras e spered, e oe kelennet war gwirioneziou kentan ar relijion. Sentus, speredek ha poellet mat evel ma oa, ne zaleas ket da ziskouez peseurt kammejou araje divezatoc'h war hent ar ouiziegez. Rak-se, kerkent ha deut en oad, e oe kaset da skol-veur Krakovi. Eno, evel skolaer da geutan, e selaouas kenteliou ar vistri bras war ar filozofi hag an teoloji; grêt doktor, d'e dro, war ar skianchou-ze, e oe karget da gelenn ar re-all. N'en devoa nemet astenn e zorn evit kutuilh enoriou ar bed. Faë a reas warne evit en em rei holl da Jezuz-Krist dre an Urziou Sakr. Deut da vezan beleg, e chomas evel mestr-kelenner en skol Krakovi. N'esperne netra evit sklerijennan sperejou an dud yaouank fiziet ennan, hag ober aneze tud desket; studian ha pedi a rê hep fach; mes muioc'h a evez a gemere c'hoaz gant o eneou evit o zrei warzu an Otrou Doue, hen a oa eur skouer beo evite. Kement a brezege a rê da gentan. Mes ar vertu a bare ar muian ennan oa an humilite. Warzu Doue e kase an enor eus a gement vad a rê. Bemde e kinnige sakrifis an oferen gant eun devosion dener ha gant forz daerou : « Netra gwelloc'h, emezan, evit diarben gwalinier an Otrou Doue, kounnaret gant pec'hejou an dud, eget kinnig d'ezan korf ha gwad an Oan divin eo deus ar galloud da baean evidomp. » Eskob Krakovi, oc'h anaout e garante evit an eneou, a hanvas anezan person en Ilkusch. Yan a oe ar pastor mat; ne ouie gwech ebet pegouls an ije grêt trawalc'h evit e barousianiz. Ne oa ket evit gwelet unan aneze er boan pe en dienez, hep klask e zoulaji. Arc'hant, dilhad ha kement en devoa a yee gant ar beorien. Eun devez e roas ar botou a oa en e dreid, hag e lezas e vantel da gouezan izelloc'h, evit na vije ket gwelet e oa diarc'hen. Eur wech-all e roas e vantel d'eur paour a gavas hanter-noaz en harz e zor. Epad ma oa o pedi en devez-ze, ar Werc'hez a 'n em ziskouezas d'ezan gant eun dremm dudius hag a rentas d'ezan e vantel, ar pez a lakas eur joa vras en e galon. Ne chomas ket, daoust da ze, pell da berson; re a aon en devoa rak ar gont en dije da renti evit eneou e barousianiz, hag e roas an dilez eus e garg. War c'houlenn renerien skol-veur Krakovi, e tizroas di adarre evel mestr-kelenner. An amzer a chome gantan, goude e labour-skol, a roë da studian, da brezek ha da bedi. Ar beden, dreist-oll, oa e vagadurez. Pasion Hon Zalver a veze alïes war e spered, ha neuze e veze ken beuzet en Doue, ma tremene alïes an noz daoulinet en harz treid ar groaz. Evit moullan gwelloc'h c'hoaz Pasion Hon Zalver en e ene, ec'h eas da bardonan da Jeruzalem. Eno, en em lakas da brezek d'an Turked, gant an hast an evoa da skuilh e wad evit Jezuz-Krist. Mes ne oe ket roët d'ezan e c'hoant. Peder gwech ec'h eas da Rom evit renti testent eus e zoujanz hag eus e garante evit Kador sant Per ha beziou an Ebestel, hag ive evit kaout brasoc'h induljansou evit e bec'hejou. Eun devez ma oa en hent evit mont da Rom, e oe paket gant al laeron. Ar re-man a lemas digantan kement a oa eus o doare, hag o vezan goulennet digantan ha n'en devoa mui netra, hen lezjont da vont gant e hent. Ne oant ket c'hoaz êt pell, pa c'halvas ar zant aneze war o c'hiz; deut oa da zonj d'ezan en devoa eun nebeut peziou aour gwriet en e vantel, hag o c'hinnigas d'eze, en eur lavaret ne felle ket d'ezan o miret dre eur gaou. Al laeron, souezet o welet eun den ken eun, ken gwirion ha ken distag diouz pep tra, a rentas d'ezan kement o devoa laeret diwar e goust. E vue ne oa mui nemet eur binijen peurbadus. Evit miret en he c'haeran lilien e c'hlanded, ne gemere evit magadurez nemet ar pez a oa red da chom beo; epad ar pemp bla ha tregont divezan eus e vue, ne zebras tamm kig ebet. Endro d'ezan e touge eur gouriz reun kalet, hag alïes en em skourjeze betek ar gwad. An amzer a roë d'ar c'housked a veze berr, ha c'hoaz e tremene anezan war an douar noaz. O c'houzout e oa tost e heur divezan, e reas rannan etre ar beorien kement en devoa, gant aon na vije c'hoaz e galon stag ouz eun dra bennak. Derc'hent gouel Nedeleg 1478, e ene a nijas d'an nenv. An niver bras a viraklou c'hoarvezet arôk ha goude e varo a reas d'ar pab Klemant XIII hen lakat war roll ar zent, er bla 1767, hag hen rei evit patron d'ar Pologn. K E N T E L Ar geier A eneb den, fals testeni, Na gaou ebet na leveri Ar zant-man en deus diskouezet e kare ar wirione dreist pep tra. Prest oa da lezel al laeron d'hen lakat en noaz, kentoc'h eget lavaret an disteran gaou. An holl zent a zo bel eveltan; rak hen gouzout a rênt. Doue, ar wirione memes, a gar ar wirione dreist pep tra : « Ar genou a lavar geier a laz an ene », eme ar Skritur-Zakr. Lavaret geier a zo lavaret eun dra hag a zo pe a gredomp bezan eneb ar wirione, evit tromplan ar re-all. Ar gaou a zo eta eur pec'hed, pe hen a zo grêt dre gomz, dre skrid, pe dre ober. Ne vezo en kement-se pec'hed grevus, nemet grêt e vefe evit noazout, en eun doare grevus, ouz an nesan. Dre ma 'z eo eur pec'hed enep Doue, ar wirione memes, ar gaou eo pec'hed mignon an drouk-sperejou. N'o deus ar re-ze nemet eur c'hoant : touelli an dud; o lakat da fazian war hent ar zilvidigez. Rak-se, nag a c'heier gante ha gant ar re a zo mevelien gante ! «An drouk-spered. eme ar Skritur-Zakr, a zo bet muntrer ha gaouiad abaoue ar penn kentan. » Kerent kristen, kustumet ho pugale da vezan eün ha didroïdel, ha neuze, ouspen ma vefont karet gant an dud, e vefont ive tost d'an Otrou Doue. Kentan devez warn-ugent a viz Here SANTEZ URSULA HAG HE C'HOMPAGNUNEZ Gwerc'hezed ha Merzerezed (453) War-dro hanter ar bempvet kantved, ar Zôzon, c'hoaz paganed, a glaske beuzi Breiz-Veur en gwad he bugale ha dismantr ar vro a-bez dre an tan. Dre n'hallent mui harz oute, ar Vretoned, diframmet digante douar o c'havel, a gemeras an tec'h. Al loden vrasan aneze a deuas en Breiz-Vihan; mes darn a yeas betek ar Spagn, ha darn-all a ziskennas war ôchou ar Jermani, elec'h ma savjont eur c'hastel a oe galvet eus o hano Brittembourg, war aber stêr vras ar Rhin. Eur bagad merc'hed yaouank, en o fenn Ursula, merc'h da unan eus pennou-bras ar Vretoned, a oa deut evelse da chom da Gologn. D'ar memes mare, Attila, lezhanvet « Gwalenn Doue », mestr bras eur boblad gouezidi, ar Hunned, a oa bet trec'het demdost da Chalons, gant Aëtius, jeneral romen, ha Merove, roue ar Franked. Red oa bet d'ezan tec'hel prim ha distrei mezek warzu ar Pannoni, e vro. Gant ar gounnar oa ennan, e tistruje, bop mac'h ee, tïe ha tud. Kêr Kologn a oa war e hent, hag a oe kemeret hepdale. Ursula hag he c'hompagnunez, merc'hed yaouank, ne zalejont ket da vezan kavet gantan. Ar gouezidi a glaskas 'n em gemer oute; mes ar merc'hed-man, kennerzet gant Ursula ha gwell gante gouzanv ar maro kentoc'h eget nac'h o fe ha koll o enor, a enebas kalonek. Raktal al lazerez a gomansas; a dôliou kleze, a dôliou birou, a dôliou barrinier liouarn, ar verzerezed a oe diskaret (war-dro 453). Dorojou ar baradoz, en devez-ze, a renkas digeri frank evit digerner Ursula hag he c'hoarezed, en o daouarn bod palmez ru ar verzerenti ha war o fenn kurunen ar werc'hded kristen. Tremenet ar bar, hag ar gouezidi êt gant o hent, ar re eus kêriz Kologn o devoa gallet miret o bue, a zastumas gant preder korfou ar gwerc'hezed ha korfou o c'henvroïz merzeriet gant Attila, hag o sebelias gant enor evel euu tensor presius. -- Er park ruziet gant o gwad ha santelaet gant o relegou, eun iliz kaer a oe savet ha galvet « Iliz ar gwerc'hezed santel ». Brudet oa dre holl an iliz ze, er bla 643, pa oe hanvet sant Kunibert da arc'heskob en Kologn. En de a hirie c'hoaz, mogeriou ar c'heur a zo kelc'hiet, traou ha krec'h, gant pennou ar verzerezed, hag eur chapel en kichen a zo leun aneze. War ar pennou-ze eman ar merk eus o merzerenti : en darn e weler an toullou grêt gant ar birou; ouz darn-all zo c'hoaz stag pennadou bleo ruziet gant ar gwad. An dra-ze n'eo c'hoaz nemet al loden vihan eus ar relegou; al loden vrasan a zo en diabarz ar mogeriou ha dindan leuren an iliz. An dud fidel gwechall a gare mont da bardonan da iliz ar gwerc'hezed santel. K E N T E L Urz an Ursulinezed Santez Ursula, hag a renas d'an nenv kement a eneou santel, azo bet kemeret evel skouer gant ar vestrezed-skol hag al leanezed o deus ar garg da zevel bugale gristen. Hi eo patronez iliz ar Sorbon en Pariz. Dindan he fatronaj, eun Urz leanezed a zo bet savet gant santez Anjela Merisi, er bla 1537, evit an Itali da gentan, ha digaset en Frans, er bla 1611, gant Madalen L'Huillier. — En eskopti Kemper ha Leon, betek an amzeriou poanius a zo o ren, e oa pemp kouent Ursulinezed : en Kastel, en Montroulez, en Keraez, en Kemperle hag en Kemper. En eskopti Sant-Brieg ha Landreger a oa peder : en Landreger, en Kintin. en Lambal hag en Dinam. Dispar eo ar vad o deus grêt en holl barouziou-ze hag en holl barouziou tro-war-dro; ha diniver ar mammou a familh kristen savet gante. Siouaz, er bla 1907, int bet holl argaset er-mêz ar vro. Ma o dije labouret evit an dud, o-dije bet lec'h da goll kalon; mes evit Doue eo o deus labouret; gant se, Doue a roio d'eze eun digoll meurbed bras en e rouantelez. Eil devez warn-ugent a viz Here SANTEZ HEDWIJ Dukez Pologn, intanvez (1174) Santez Hedwij, merc'h da Verthold, komt Andec'h, ha pried da Herri, duk Silezi, ha divezatoc'h duk Pologn, he deus brudet he hano muioc'h drehie zantelez evit dre ar renk uhel he deus bet e-touez he c'henvroïz. A vihanik, he marmn a droas he c'halon war an holl vertuziou kristen. D'an oad a zaouzek vla, evit senti ouz he zud, e timezas da Herri, duk Silezi. Er stad-ze, daoust d'he yaouankiz, e oe eur skouer eus an holl vertuziou. Henvel oa, a lavar unan eus ar re o deus skrivet he bue, ouz ar wreg-ze a zo hano anezi er Skritur-Zakr, « hag a renkfed he c'hlask, ha pa vefe kuzet er penn pellan eus ar bed. » En he zonjou, en he e'homzou, en he oberou, ne glaske nemet gloar Doue, he zantelez he-unan ha bini he familh. C'houec'h krouadur a deuas d'ezi, tri rnab ha ter merc'h. Pa c'hanas an divezan aneze, e rejont, he fried ha hi, dirak eskob Breslau, al le da vevan evel breur ha c'hoar. Koulskoude, Hedwij a chomas eun nebeut blaveziou c'hoaz en palez he fried evit sevel he bugale. Goude, ec'h eas da chom en eun ti dister, demdost da gouent Trebnitz, eur gouent vras hag he devoa laket sevel, er bla 1219. Eno he bue a oa ken kalet hag an hini a rener er c'houentchou strisan. Ne zouge nemet dilhad groz, ha dindane e wiske eur gouriz reun; bemde e yune, nemet d'ar zul ha d'ar goueliou herz; ha c'hoaz en deiou-ze ne rê nemet daou bred dister; d'ar merc'her ha d'ar gwener ne gemere ken bevanz nemet bara ha dour; epad daou-ugent vla, ne zebras biskoaz na kig na pesked. N'eus forz pegen rust e vije ar goanv, ec'h ee d'an iliz diarc'hen; gallet e vije bet he heuilh diouz roud ar gwad a zivere eus he zreid. Eur gwele he devoa en he zi, mes n'ee ket ennan; war leuren he c'harnbr e tremene an nebeut amzer a renke rei d'ar c'housked. Al loden divezan eus an noz bag ar mintin a roë d'ar beden; ne deue eus an iliz nemet goude ma veze lavaret an oferen divezan. An dra-ze ne rê ket d'ezi bezan lezirek war al labour; kerkent ha pare gant ar beden, e kave impli d'he daouarn. Ar garante evit Doue n'eo na gwirion na padus ma. n'eman ouz he heul ar garante evit an nesan. Hedwij n'he devoa netra eviti he-unan. Bemde e vage trizek paour en enor d'Hon Zalver ha d'an daouzek abostol. He-unan e servije aneze ouz tol; he-unan e walc'he o zreid hag e louzaoue o gouliou, n'eus forz pegen euzus e vijent, kouls d'an dud lor evel d'ar re-all. Ar zantez a oa ken izel a galon ma kave d'ezi bezan an disteran eus servijerezed an Otrou Doue. Bepred habask ha sioul, n'en em glemme kammed. Pa renke difazian unan bennak eus he zervijerien. hen grê ken brao ma vije an holl laouen o senti outi. He fried o vezan bet grêt prizonier en eur brezel, he mab henan Herri a zonje sevel eun arme evit delivran e dad. Hi, dre ne gare ket ar brezeliou, a yeas da gât an hini a zalc'he an duk prizonier, hag a gomzas ken brao outan ma oe roët d'ezi kement a c'houlenne. He fried o vezan marvet prest goude (1238), n'houllas ken chom stag ouz ar bed. Goulenn a reas digor en kouent Trebnitz, hag he merc'h Jertrud, superiorez ar gouent-se, a oe mall ganti rei d'ezi digemer. Koulskoude, evit bezan gwelloc'h war evez eus kement a vije ezom, ne reas ket al leou a ra al leanezed; bevan a rê eus o bue, ha hini ne oa humploc'h na sentusoc'h eviti. An holl er gouent a estlamme dirak an testeniou kaer a zantelez a ziskoueze bemde. Ne veve mui nemet evit Doue; n'he devoa ken c'hoant nemet plijout d'ezan. He mab muian-karet Herri o vezan bet lazet er brezel eneb an Tartared (1241), Hedwij eo a gonsolas he merc'h-kaer, Anna, hag he merc'h Jertrud, glac'haret oll gant eur maro ken ankenius. « Doue, emezi, en deus grêt eus ma mab evel m'eo plijet gantan; ne dleomp kaout ken bolonte nemet e hini. Gwelet ma mab beo a oa eur joa evidon, mes brasoc'h joa eo c'hoaz ganin sonjal eo bet kavet din, dre e varo, da vezan unanet gant Doue en e rouantelez. D'ec'h, ma Doue, e c'hourc'hemennan eun ene hag a garen kement ! » Dre eun niver bras a viraklou c'hoarvezet hed he bue ha goude he maro, Doue a ziskouezas pegement e kare he zervijerez. Dont a reas, d'ar 15 a viz here 1243, da rei d'ezi ar gurunen he devoa gonezet dre he zantelez. He c'horf a oe beziet en kouent Trebnitz, ha tri bla warn-ugent goude he maro, er bla 1266, Klemant IV a lakas he hano war roll ar zent. He c'henvroïz eus ar Pologn o deus kemeret anezi evit o fatronez. K E N T E L Disparti ar maro a zo berr War maro he fried ha hini he mab, Hedwij a oe poaniet he c'halon; mes ne skuilhas ket a zaerou, ne ziskouezas ket eur glac'har dreist-muzul; chom a reas habask dirak ar boan. Ne wele nemet dorn Doue en kement a c'hoarveze ganti ha gant he zud nesan. Eun nerz-kalon ken dispar n'halle dont d'ezi nemet eus he doujanz hag eus he c'harante birvidik evit Mestr bras pep tra, eus ar zonj be-pred beo en he spered eus eûrusted ar bed-all ha breskadurez an holl dreo krouet. N'eo ket pec'hed, koulskoude, gouelan war maro bon c'herent hag bon mignoned; mes arabad gouelan evel an dud ha n'o deus mui a esperanz d'en em welet. An dud a gollomp evit ar bed-man a gavfomp en tu-all. War he zremenvan, eur vamm gristen, o welet ar c'houec'h krouadur a leze war he lerc'h beuzet en o daerou, en harz he gwele, a lavaras d'eze : « Ma bugaligou, na ouelet ket; eur pennadik amzer hepken e chomfet war ma lerc'h; mes ne vefomp ket pell dispartiet; ar vue zo berr, ne zalefet ket da zont ive d'al lec'h mac'h an. C'houec'h-all eus ma bugale a zo et 'n em rôk, ha me am eus mall da welet ha da vriata aneze en ti an Otrou Doue. » Trede devez warn-ugent a viz Here Jezuz-Krist hon Dasprener Doue ne ra netra hep digare. Pep den o tont er bed a zo digaset evit eun dra bennak, ha dishenvel eo galvedigez an eil diouz hini egile. Evel pep den, Jezuz-Krist, o tont er bed, en devoa e hini, ha pa varvas war ar groaz, ec'h embannas dirak an nenv hag an douar en devoa peurc'hrêt al labour a oa bet fiziet ennan : Consummatum est. Miret en devoa ervat lezen e Dad; laket en devoa da zont da wir kement tra oa bet skrivet diwar e benn; genel ha bevan en devoa grêt, ha mervel a rê evel ma oa bet merket er Skritur; en kreiz poaniou e dremenvan, en devoa, da vihanan, al levenez da c'hallout lavaret en devoa grêt e gefridi, o labourât hag o c'houzanv evel ma c'hoantae e Dad e labourje hag e c'houzanvje. Peurc'hrêt eo pep tra. Consummatun est. Ar Juzevien ne gavont poan na dismegans ebet ken d'ober d'ezan. Dre garante evit bugale Adam, Mab Doue, an eil Adam, an eus roët e amzer, e spered, e galon, e frankiz, e enor, e vue, pep tra; n'halle ket rei muioc'h; evet en deus kalur ar boan betek ar berad divezan. Evel eo ar c'halur c'houero A oa gantan blaz ar maro, Jezuz, Jezuz a bleg e benn, Tremen a ra... Prenet an den. Peurc'hrêt eo pep tra, Consummatum est. Dasprenet eo an den; diframmet eo eus adre skilfou an drouk-spered; ar pec'hed a zo gwalc'het en gwad an Oan; ar maro a zo trec'he; an Otrou Doue a zo digollet; dorojou ar baradoz a zo dibrennet; gliz an nenv a goue war an douar; an heol aour a c'hoarz drek ar wabren; rouantelez an droug a zo torret he galloud; rouantelez ar vad a zo krouet; an Iliz a zo diazezet; ar velegiach a zo ganet; ar zakramanchou a zo savet. Dasprener ar bed, Jezuz-Krist, an eus peurc'hrêt al labour a oa roët d'ezan d'ober gant Doue e Dad. K E N T E L Hon zilvidigez hon unan ha silvidigez hon bro Pa deuio heur hon maro, daoust ha lavaret a c'hallfomp-ni ive : « Peurc'hrêt eo pep tra » ? Impliet mat hon deus an danve ar yec'hed, ar galon, ar grasou hag an amzer roët d'imp? Stourmet hon deus kalonek; miret hon deus hon fe; sentet hon deus ouz an Iliz, ha mervel a reomp war he barlen. Miret hon deus lezen Doue; douget ha karet hon deus hon c'hroaziou; fazian hon deus grêt, gwir eo, hag ouspen eur wech, mes gwalc'het hon deus hon fec'hejou en gwad an Oan; grêt hon deus oberou a drugare, ha fiziout a reomp war ar pardon. - Pa deuio heur hon maro, daoust ha lavaret a c'hallfomp-ni ive : « Peurc'hrêt eo pep tra ? » Gwelet hon deus rouantelez an droug o klask en em astenn; mes elec'h kroazian hon divrec'h ha lavaret : « Ne dalv ket ar boan gouren; koll omp, » hon deus enebet hep paouez, herve hon galloud, o c'houzout ervat n'eo ket awalc'h d'imp kemer preder gant hon zilvidigez hon unan. e tleomp tol evez, ouspen, gant silvidigez hon breudeur ha hini hon bugale. Pevare devez warn-ugent a viz Here SANT RAPHAEL Arc'hêl Raphaël eo « louzou Doue, rener an dremenidi, frealar tiegeziou ankeniet, hanterour an eureujou santel, medesin ar glanvourien ha mirer an dud kez, war hnt risklus ar vue. » Hano a zo an ezan er Skritur-Zakr. Seiz kant vla arôk donedigez Jezuz-Krist, e oa eleiz a Judevien en harlu en Niniv; en o zouez e oa unan, e hano Tobias, eun deu a zoujanz Doue. Deut oa da vezan dall, hag o kredi e tostae e varo, e kasas e vab da c'houlenn digant Gabelus, a oa o chom en kêr Rages, an dek talant en devoa prestet d'ezan eur pennad a oa. Mab Tobias ne ouie ket an hent, mes an arc'hêl Raphaël, o vezan kemeret stumm eur beajour, a 'n em ginnigas d'hen diskouez d'ezan, hag a lavaras d'e dad : - Bezet dinec'h gant ho mab; me hen kaso da Rages, hag hen digaso d'ec'h endro, ha gwelet a refet ne c'hoarvezo droug ebet gantan. - Beach vat eta d'ec'h ho-taou, eme Dobias koz ra vezo Doue hag e êle ganec'h epad an hent. » P'en em gavas an daou veajour en kichen an Tigr, mab Tobias a c'hoantaas gwalc'hi e dreid en dour ar stêr. Kerkent, eur pez pikol pesk a lamrnas eus an dour d'e lonkan. - Otrou, dont a ra warnon, eme an den yaouauk, strafuilhet holl. - Krog en e ziskouarn, eme an êl, ha jach-han ganit. Tobias a zentas. - Digor breman anezan, eme Raphaël, ha mir ar galon, ar vestl hag au avu, a zo treo mat d'ober louzou. Kig an aneval a oe salet, ha kas a rejont anezan gante da zibri en hent. Daou devez warn-ugent goude m'oant êt eus Niniv, en em gavjont en Ekbatan. - Pelec'h e kavfomp lojeiz aman ? eme Dobias. - Aman, eme an êl, zo eun den kar d'it, e hano Ragol. Eur beunherez en deus, he hano Sara. Goulenn anezi digant he zad; selaouet e vi. War ze ec'h ejont o-daou da di Ragel, ha heman o digemeras gant joa : - Ma bennoz d'ec'h, ma mab, emezan; ho tad eo gwellan den a zo war an douar. Raktal e reas ôzan koan d'an daou veajour; mes Tobias a lavaras : -Evidon-me ne zebrin na ne evin, ken ho pezo selaouet ma feden : me a c'houlenn diganec'h ho merc'h Sara da bried. Kerkent an êl a iavaras ive : - Ne fell ket d'ec'h bezan nec'het, rak Tobias a zo eun den a zoujanz Doue. Neuze Ragel a lavaras y a, hag o vezan grêt da Dobias ha da Sara rei o dorn an eil d'egile, e pedas Doue Abraham, Izaak ha Jakob, da vinnigan aneze. Goude-ze en em lakjont ouz tol da goanian. Tobias ha Sara a dremenas an tri devez kentan eus o eured o pedi Doue, hag an êl a yeas e-unan, epad an amzer-ze, da Rages, da gerc'hat an arc'hant oant deut da glask. Tobias, dal ma oe roët d'ezan gant Ragel argourou e bried, a 'n em lakas en hent da zistrei d'ar gêr gant Sara ha Raphaël. Heman a lavaras d'ezan : - Pa vefet en em gavet er gêr, frotet daoulagad ho tad gant vestl ar pesk ho peus lazet, ha raktal e welo adarre ken skler ha biskoaz ! Koulskoude, Anna, gwreg Tobias koz, enkrezet oll, a yee bemde war eun dosen uhel da welet ha ne welje den o tistrei. Erfin e remerkas a-bell ar veajourien, hag e tizroas da lavaret d'he gwaz : « Setu da vab o tont. » Kerkent ar c'hi, hag a oa bet ive en hent, a lammas en ti, en eur harzal laouen, hag a 'n em lakas da fichan e lost ouz Tobias koz. Heman a zavas raktal da vont da benn hent d'e vab. P'en em gavjont an eil gant egile, en em vriatajont gant teneredigez, hag ar mab a reas d'e dad evel m'oa bet gourc'hemennet d'ezan gant an êl; raktal Tobias koz a welas skier, hag e klaske gouzout petra da rei d'e vadoberour; mes heman a respontas : - Trugarekaet an Otrou Doue, dre mac'h eo bet trugarezus en ho kenver. Ar beden, ar yun hag an aluzen a dalv muioc'h eget holl denzoriou an douar. Selaouet, Tobias koz : pa bedec'h en eur ouelan, ha pac'h ec'h en noz da zebelian ar re varo, me a gase ho peden betek an nenv; rak me eo Raphaël, unan eus an Ele a ve bepred en o zav dirak trôn an Otrou Doue. O klevet ar c'homzou-man, an daou Dobias a oe estlammet oll, hag en em strinkjont d'an douar. Mes an êl a lavaras d'eze : - Ar peuc'h ra vezo ganec'h; n'ho pezet aon ebet; Doue an eus ma digaset davedoc'h; trugarekaet anezan ha kanet e veuleudiou. O vezan komzet evelse, Raphaël a dec'has, ha n'hen gweljont mui : nijet oa adarre d'ar baradoz. K E N T E L Petra eo ar beden ? Ar beden eo ar chaden vurzudus a stag an nenv ouz an douar; ar beden eo an ere santel a skoulm ar pez a welomp er bed-man ouz ar pez ne welomp ket eus ar bed-all; ar beden eo al liamm sakr a stag an den ouz Doue. Dister da welet, ar beden eo nerzusan galloud a zo war an douar. Hag en gwirione, petra zo oc'h ober anezi ? I. — Oc'h ober ar beden zo eur gomz. Hogen, n'eus netra war an douar ken nerzus hag eur gomz, Gant eur gomz, Doue en deus krouet ar bed; hag abaoue, ar bed ne baouez da vont endro; gant eur gomz, Jezuz-Krist en deus savêt an Iliz, hag abaoue, an Iliz ne baouez da greski. Gant, eur gomz, e c'hallomp ober plijadur; gant eur gomz. e c'hallomp glazan; gant eur gomz. e c'hallomp ober eur vad divent; gant eur gomz, e c'hallomp derc'hel d'ober droug keit ha mac'h ey ar bed endro. II. — Ar beden a zo komz eun ene, hag an ene eo ar pez kaeran en deus krouet dorn ijinus an Otrou Doue, goude an Ele. III. — Ar beden a zo komz eun ene dasprenet gant gwad Doue, da lavaret eo, komz eun ene hag a zo diou wech krouadur da Zoue; krouadur d'ezan dre e ijin, ha krouadur d'ezan dre e wad. Ha dre-ze, pa ve eun ene o pedi, gwad Doue e-unan a c'haller da lavaret eo a gas e glemmou etrezek an nenv. Penôs neuze e c'hallfe Doue chom hep selaou ar pedennou kaset gant eun ene etrezek eunan ? Pa ve eur c'hrouadur o klemm, e vamm a glask, buhannan ma c'hall, an tu d'e ziboanian, abalamour ar gwad a ve o redek en gwazied ar bugel eo a verv ive en kalon ar vamm, ha p'en deve poan ar bugel, ar vamm a ve poaniet ive kerkent. Evelse, pa glemm eun ene. Doue kennebeut ne chom ket. na n'hall ket chom bouzar ouz e glemmou, rak e wad eo a glemm etrezek an nenv, ha karante an holl mammou eus an douar, en kenver o bugale, n'eo nemet eur skeuden dister eus ar garante heb he far a zoug Doue da bep-hini ac'hanomp. Ha zoken. pa vezo lavaret mat, pa deu eun den da bedi, n'eo ket eur mab hepken eo a zo o klemm ouz e dad; Doue eo a deu da c'houren outan e-unan, rak, dre e c'hras, ar Spered-Santel a zo o chom en hon eneou, ha mar deo Doue an Tad ar c'halloud, Doue ar Spered-Santel eo ar garante, ha pa deu ar c'halloud da c'houren ouz ar garante, ar garante a ve bepred trec'h. Ar beden eo nerzusan tra a zo er bed. Pempvet devez warn-ugent a viz Here Sant Gouenou Eskob (VIet kantved) Tudoghil eo ar c'hentan Breizad a zo bet hano anezan en Bro-Leon. En em gaout a reas er vro en blaveziou kentan ar VIet kantved, ha sevel a reas e dibidi en kastel Gollob, en kreiz tre an Aber-Ac'h hag an Aber-Binniget. Bezan en devoa tri grouadur : daou bôtr, Gouenou ha Majan, hag eur verc'h, Tudona. Majan a dreuzas an Aber-Benniget hag a yeas da chom el lec'h dudius m'eman breman c'hoaz ar chapel a zoug e hano. Tudona a yeas da vevan pemp leo bennak ac'hane, en goueled ar C'hoad-Donan. Gouenou a ziskennas etrezek Brest, hag a zavas e beniti 'n eul lec'h goue, diou leo diouz ar gêr-ze, en tu an hanter-noz. Ar roue Konomor, eun de ma oa o chaseal, a zigouezas gantan kouezan war Gouenou; goulenn a reas digantan e hano, eus a be vro e teue, penôs e rê da vevan, ha dizro d'ar gêr, e tiskuilhas d'e dud santelez ar manac'h en devoa kavet oc'h ober e dro. Nebeut goude, eleiz a dud yaouank a c'hoantaas kemer skouer diwar Gouenou ha bevan gantan. Konomor, o vezan klevet kelo a ze, a roas douar awalc'h d'ar zant da zevel eur manati ha da vagan e venec'h. An abad santel, ken dre e gomzou, ken dre e skoueriou, a renas ervat e venec'h. Tol evez a rê, dreist pep tra, da viret d'eze o brud vat, hag abalarnour da ze plac'h ebet n'halle lakat he zreid er manati. War a lavar ar re goz, ec'h azezas eur pennad war gador-eskob Leon hag e oe ar pastor mat a oar diwall e zenved diouz ar bleiz hag o magan gant frouez ar gwir zantelez. O vezan et da Gemperle d'ober eur bale da welet sant Korbasius, eur mignon d'ezan, e oe lazet gant eur morzol o kouezan diwar eur voger e oad o sevel. E gorf a oe sebeliet en Kemperle. Divezatoc'h e oe digaset e relegou d'e vanati. Douget e vezont bep bla endro d'e vinihi, da genver pardon bras ar Yaou-Bask. Duked Breiz o-unan a c'houlennas an enor d'o dougen; an ôtrou Charlez Bleiz hen greas, er bla 1342; an ôtrou Yan V, er bla 1417; an ôtrou Per hag e eontr, au ôtrou Arzur, er bla 1455. En blaveziou kentan ar XVIIet kantved, e oe savet en Gouenou kaeran iliz a zo war-dro Brest. Ar zant-man an eus chapeliou en Plien, en Priel hag en Plouillio. Bezan eo patron Sant-Goueno, en Breiz-Uhel. K E N T E L Ar fe N'oufemp birviken sevel ilizou re gaer, na kanan re uhel meuleudiou ar zent koz o deus, evel sant Gouenou, digaset er vro-man tensor ar fe. Ar fe eo ar penn-kentau, ar men-diaze hag ar wrizien eus bon holl zantelez. Ar men-diaze a lavar muioc'h eget ar penn-kentan, hag ar wrizien, muioc'h eget ar men-diaze. Gwir eo, ar men-diaze eo ar penn-lkentan eus an ti, mes bezan eo, ouspen, ar pez a zoug an ti a-bez, ha dougen a zo muioc'h eget kommans. Evelse, ar wrizien a zo ive penn ar wezen; dougen a ra ar wezen; bezan eo ive ar pez a ro bue d'ar skourrou, d'ar bleuniou ha d'ar frouez, ha rei bue a zo muioc'h eget dougen. Heb ar wrizien, n'eus ket a wezen; heb ar men-diaze, n'eus ket a di; heb ar penn-kentan, n'eus netra. Evelse, heb ar fe, ar c'hristen n'eo kristen ebet; heb ar fe, n'hall den plijout da Zoue. Dre ar fe eo e teuomp da garet hon enebourien; panevert d'ezi, hon dije kasoni oute; dre ar fe eo e teuomp da gazout plijaduriou ar bed; panevert d'ezi e karjemp aneze; dre ar fe eo e teuomp da ankouât eun dismeganz zo bet gret d'imp; panevert d'ezi, e klaskjemp en em venji; dre ar fe eo e teuomp da vinnigan an Otrou Doue en hon foaniou, da garet ar baourente hag ar binijen; panevert d'ezi, hon diie bet rukun oute. Ar fe a zo didalve heb an oberou. Pac'h efomp dirak hon barner ne vezo ket awalc'h d'imp gallout lavaret : «kristen oan; fe am oa; » red e vezo d'imp bezan goest da lavaret kerkent : «hag o vezan m'am oa fe, am eus distaget ma c'halon diouz treo touellus ar bed am eus stourmet ouz ma zechou fall; am eus yunet, am eus pedet am eus grêt aluzen, n'am eus lôsket a-goste hini eus ma deveriou. » Kernent hini a c'hello komz, eu doare-ze, war e varo, a vezo lavaret d'ezan gant ar barner bras : «Euge, serve bone, intra in gaudium Domini tui : Deus, servijer mat, deus da gemer peurz en levenez da Otrou.» C'houec'hvet devez warn-ugent a viz Here An den eürus Bonavantur Potenza 1651-1711 Jerard, mab da Lelio Lavanga ha da Gatel Pica, a deuas er bed en kêrig Potenza, hanter-hent etre Salern ha Mateola, en deiou kentan ar bla 1651. A vihanik e kare chom pell da bedi dirak tôlen ar Werc'hez, hag ar vamm vat-ze eo a roas d'ezan ar c'hras da viret digailhar, epad e vue, saë wenn e vadeziant. E gasoni ouz ar pec'hed hag e zentidigez ouz e gerent a rê anezan skouer ar vugale; ne gave plijadur ebet o 'n em veskan en o c'hoariou; e zudi oa klevet komz eus au Otrou Doue ha kaout skol war gwirioneziou ar fe. Da zaouzek vla, e kemeras kenteliou latin gant eur beleg eus a Botenza, ha da c'houezek vla, e wiskas saë sant Fransez. Neuze e kemeras an hano a Vonavantur. Pa oe beleget, ar vrud eus e zantelez a yeas dre ar vro, hag e save trouz etre ar c'hêriou, o klask goût pehini aneze hen mirje ar pellan. Ne veze roët ken hano d'ezan nemet an tad santel : padre santo. E vevanz a oa eus ar re baouran. D'ar gwener e kreske c'hoaz e binijennou; rnogeriou ha leuren e gambr a veze ru gant ar gwad, ken kalet en em skourjeze; ober a rê skol da vugale ar beorien, ha lakat a reas kement a bec'herien da zizrei ouz Doue ma veze lezhanvet a-wechou roued ar bec'herien : laqueus peccatorum. Lavaret a reas eun devez d'eur bec'herez vras, en devoa jachet diwar hent an ifern : « Re a c'hoant ho peus bet da blijout d'ar bed, ha Doue a gastizo ac'hanoc'h abalamour da ze : ar c'hrign-bev a zebro ho penn. » Hag en gwirione, pemp bla ha tregont goude, ar wreg-ze a zavas enni eur gouli euzus a grignas he fenn hag a gasas anezi d'ar be. En noz arôk gouel Maria miz kerdu, e oa o tomman gant e vreudeur, goude bezan kanet an ofis, pa 'n em droas en eun tol warzu an Tad Thomas a Gerroto : « Breur, emezan, laket urz en aferiou hoc'h ene, rak a-benn daou vla, da genver an de-man, e varvfet. » Hag ar gomz-ze ive a deuas da vezan gwir. Er bla 1710, an Tad Bonavantur a oe kaset da zevel eur manati neve da Ravello, hag e reas eno, dre e gomzou hag e skoueriou, eur vad divent er vro tro-dro. Eun devez, o vezan kavet eun den lor war e lient, e vriataas anezan gant teneredigez, ha kerkent ar c'hlanvour a 'n em gavas yac'h-pesk. Koulskoude, an amzer a dostae, evit an den santel, da vont da welloc'h bro. C'houec'h miz arôk e varo, e veze komzou a ze gantan. D'ar 15 a viz here, ec'h eas da govez an ôtrou 'n eskob, hag o kimiadi dioutan e lavare : - Otrou 'n eskob, eun dra vras am eus da c'hourc'hemenn d'ec'h. - Grêt eta, eme an eskob. - Mat, eme an Tad Bonavantur, pa vin maro, klasket, en han' Doue, da zont war ho tro, eur beleg hag en devo hardiegez awalc'h evit lavaret d'ec'h ar wirione. En deiou war-lerc'h e kouezas klanv; d'an eizvet devez eus e glenved, e c'houlennas pardon ouz e vreudeur eus an holl skoueriou fail en devoa roët d'eze. Eun heur arôk e varo, e lavaras ter Ave Maria, hag e roas e ene da Zoue, heb anken, d'ar 26 a viz here 1711. E gorf, goude e varo, a dôle c'houez vat hag a chômas gwenn evel unan bev; an ôtrou 'n eskob a reas e zougen en ruiou kêr, ha miraklou eleiz a c'hoarvezas pen-da-ben. Pa oe kaset d'an iliz, e tigoras e zaoulagad hag e stouas e benn dirak ôter ar Zakramant. Sant Alor Ober a rêr hirie, en Kemper, gouel sant Alor, eil eskob Kerne goude sant Korantin, patron Erge-Vihan, Plobannalec, Tremeok ha Tregennek, ha gouel sant Alan, a bignas war gador-eskob Kemper, prest goude sant Alor, hag en deus eleiz a filhored hag a filhorezed en Breiz-Izel. K E N T E L Ar pec'hed Ar pec'hed a zo eun dra hag e tleomp, eme ar Skritur-Zakr, tec'hel dioutan evel diouz eun aer-viber. Ar zent, holl a dec'he, gant ar brasan evez, diouz ar pec'hed ha diouz kement tra a welent ennan skeud ar pec'hed ; rei a rênt o bue evit jachan ar bec'herien diwar hent an ifern. Ha n'eo ket souez, rak pa vezo lavaret mat, n'eus ken droug war an douar nemetan ; n'eus nemetan oc'h ober poan da Zoue ; n'eus nemetan oc'h ober poan d'an den. Peseurt kemm (1) a zo etre ar berlezen en eur bann-heol hag ar berlezen en he c'hlozen ? Hini ebet, nemet e ve en daou lec'h dishenvel. Peseurt kemm a zo etre ar pec'her hag an den daonet ? Hini ebet, kennebeut, nemet n'emaent ket er memes lec'h ; ar pec'her eo an den daonet war an douar, bag an den daonet eo ar pec'her en ifern. Skrijus eo sonjal en kement-se. Tec'homp eta diouz ar pec'hed, gwellan m'hallfomp, ha diouz kement a zoug d'ar pec'hed ; jachomp war an hent mat, dre hon skoueriou, hon c'homzou hag hon fedennou, hon breudeur hag hon c'hoarezed kouezet war hent an ifern, ha lavaromp alïes d'ar Werc'hez Vari : Torret chaden ar bec'herien, D'ar re zo dall roët sklerijen. Pellaet diouzimp pep droug dalc'h-mat Ha goulennet d'imp pep seurt vad. Solve vincla rets, Profer lumen cœcis, Mala nostra pelle, Bona cuncta posce. Seizvet devez warn-ugent a viz Here SANT MAGLOAR EskoL Dol (***-585) Magloar a oa eur Breizad a ziskennas war-dro hanter ar c'houec'hvet kantved en Bro-Arvor, da heul e genderv Samson, hag a bignas, da varo heman, *war gador-eskob Dol (565). Mes dont a reas buhan da gazout ar garg-ze, ha goude bezan roët e gador da zant Budok, en em dennas en ene-zennou a oa stag ouz e eskopti, evit gallout bevan eno pell diouz trouz ar bed. Eur Breizad galloudus ha pinvidik, e hano Loieskon, a oa perc'hen ter eus an enezennou-ze. Seiz via so e oa klanv gant al lorgnez. Goude bezan klasket louzeier a-gle hag a-zeou, o welet ne wellae tamm, en em erbedas ouz sant Magloar. An eskob santel, dre e be-dennou hag e ouiziegez, a deuas a benn d'e barean. Loieskon, evit diskouez e anaoudegez val, a roas d'ezan an hanter eus enezen Serk hag a viras an hanter-all. Neuze e c'hoarvezas eun neveuti souezus. Lapoused an enezen ha pesked an ôchou a 'n em dennas holl en tachen ar zant. Loieskon, hag en devoa « aour hag arc'hant, mevelien ha plac'hed, kezeg ha loened-korn, douarou edek ha gwiuien-nou zoken, » ne reas ket kalz a van evit gwelet ar c'holl-ze o c'hoarvezout gantan; mes e wreg, hag a oa eur plac'h tost, a reas d'ezan tennan digant Magloar e dachen ha rei d'ezan eben. Kerkent al lapoused hag ar pesked a yeas da heul ar zant. 0 welet kement-se, Loieskon, den a spered hag a galon, a roas an enezen a-bez da Vagloar, daoust da glemmou e wreg. Heman a zavas neuze enni eur manati kaer elec'h ma chômas betek e varo. Ar manati-ze, evel eun tour-tan eu kreiz 'tre an Diou-Vreiz, a sklerijenne war dreo ar bed ail ha war dreo ar bed-mau, an dudigou kez a oa o chom en enezennou tro-war-dro. Kement hini a gare mont da Zerk a gave eno magadurez evit e gorf hag evit e spered. Er bla 585, ar gernez a reas gaou bras ouz Bro-Arvor. Enezen Serk, labouret mat gant he inenec'b, he devoa berniou ed da ziouered d'an Arvoriz tro-war-dro. Koulskoude, dont a reas kement a dud da glask an alu-zen, ma teuas an irc'hier da vezan goullonteret, ha setu an dienez ive er manati. Darn a lavare kas ar re yaouan-kan d'ar gêr, ken e vije tremenet ar gernez, mes Magloar ne oa ket jalet d'ober an dra-ze. Fiziout a rê war Brovidans Doue. Eun devez goude lein, bugale-skol ar manati a deuas d'e gaout, hag o vezan poket d'e dreid, e lavarjont : « Tad, lôsket ac'hanomp da vont d'an ôd evit ne vezo ket hon moueziou skiltrus o harz ar venec'h koz d'ober o c'housk. War an ôd ni 'c'hallo lenn hon c'henteliou a vouez uhel, hag en doare-ze e teskfomp aneze kalz buhanoc'h ». - Mat, et d'an ôd, bugale. eme Vagloar, mes bezet fur, ha dizroet d'ar gêr d'an heur. Ha setu ar bôtred, lorc'h enne, o tiskenn d'ar red d'ar porz-mor. Kaout a reont eno eul lestr koz, mat da nelra, hag a oa bet jachet war ar bili. Pignal a rejont eb;uv, da c'hoari; redek a rênt eus an eil penn d'egile hag ober;t rênt sin da roenvi. Hogen, en devez-ze e oa reverdi liras. Ar mor a deue warneze, hag i oa ken troet da c'hoari, ma ne dolent ket plê. En eun tol, eun tarz a deuas a zibradas al lestr, hag a gasas anezan, bugale hag all, etrezek ar mor don. A drugare Doue, an avel a oa sioul hag a gasas aneze, hep droug ebet, war ôchou Bro-C'hall. Douaran rejont en eur c'harter ha ne oa ket a gernez en-nan. Pa lavaras ar vugale pebez paourente oa en manati Serk, e oe karget d'eze o lestr a vleud hag a ed. Dizrei rejont d'ar gêr; tri devez o devoa laket d'ober o zro. Kement a aluzennou a oa deut gante, ma renkas c'houec'h koublad ejenned dont da gerc'hat aneze d'ar porz-mor. Sant Magloar a varvas prestik goude (585). Ar zant-man en deus eur chapel en parouz Tregrom. Pedet eo ouz ar gouliou. (1) Kemm, différence. SANT MILIO Merzer (VIet kantved) Milio a oa mab henan Budik, trede komt a Gerne, maro war-dro ar bla 530; eur breur an evoa hanvet Rivod. Milio a gemeras evit pried Aurilia, merc'h Winnok, prins a Domnone, a roas d'ezan eur mab hag a deuas da vezan ar merzer yaouank Melar. Seiz vla e renas en Kerne, hag en keit-se, war a lavar an istor, nag ar glao, nag ar grizilh, nag ar skorn, nag ar zec'hour ne rejont gaou ouz treo an douar. En e amzer, e varvas sant Korantin, eskob Kemper, ha sant Gwenole, abad Landevennek. Hen e-unan ne chomas ket pell war o lerc'h, ha bezan en devoe eur maro truezus meurbed. E vreur Rivod an evoa kemeret droug outan hag hen lazas eun de gant eun tol kleze. Milio eo patron Plouillio, elec'h ma ve grêt e bardon sul war-lerc'h an Asansion. Eur chapel an eus en Trebeurden, 'barz an enezen a doug e hano. K E N T E L Providans Doue (1) Na vezet kel war enkrez ha na leveret ket : Petra gavin da zibri, penôs vezin gwisket ? An Tad oc'h eus en nenvou zo skler e zaoulagad, Hen 'roï d'e zervijerien o boed hag o dilhad. Sellet ouz an evnigou a nij a-us d'ho penn; N'ouzont hadani na medi, u'o deus ket eur c'hreunen. Kât a reont, dre c'hras Doue, bep devez o begad : Bevel eta gant fizianz en madelez ho Tad. Sellet ouz ar bokedou a zav ken stank er prat; Biskoaz n'o deus bet desket na nezan, na gwrial, Ha koulskoude, Salomon, warnan e vantel aour, Kichen eur bodig lili a oa c'hoaz gwisket paour. Mac'h eo livet ken koantik ar bleuniou-ze dister. En em zigor da vintin hag a vo sec'h e-berr, Leveret d'in, tud dife, penôs c'hallfe Doue Lezel noaz ha dibourve an dud. e vugale ? Klasket gonid, da gentan, rouantelez an ne. War hent ar gourc'hemennou na skuizet o vale : D'ec'h ' vezo ar baradoz; ha zoken er bed-ma, Digant ho Tad c'houi pezo ha dilhad ha bara. (1) Prezegen Jezuz war ar Mene. Vlet pennad Aviel sant Vaze, 26, 34, laket en gwerziou gant an ôtrou Guillou. ar barz brudet, ganet en Kleder ha marvet person en Pennmarc'h. Eizvet devez warn-ugent a viz Here Sant Simon ha sant Jud Ebestel Simon, lezhanvet ar C'hananean, ne ouier netra diwar e benn, mat awalc'h, nemet e oe unan eus an daouzek abostol a zibabas an Otrou d'astenn e rouantelez war an douar, hag e skuilhas e wad evit ar fe. Jud a oa unan eus kendirvi Hon Zalver. Breur oa da zant Jakob ha da zant Simeon. Er goan divezan, Jezuz a lavare en em ziskouezje d'ar re hen c'harje. Jud a c'houlennas outan kerkent : «Otrou, perak en em ziskouezet hoc'h unan d'imp ha n'en em ziskouezet ket d'ar bed ? » Jezuz a respontas hag a lavaras d'ezan : «An neb a gar ac'hanon a viro ma c'homzou, ha ma Zad a garo anezan, hag e teufomp etrezek ennan hag e chomfomp ennan. » An neb ne gar ket ac'hanon ne vir ket ma c'homzou. Hag ar c'homzou hoc'h eus klevet ganin, n'eo ket ma c'homzou int, mes komzou ma Zad, an hini en deus ma digaset davedoc'h.» Goude m'oa pignet hon Zalver en nenv, Jud a roas an dorn d'an Ebestel-all da ziframman ar bed eus adre galloud an drouk-spered. Eul lizer skrivet gantan da ilizou ar zav-heol, ha dreist-oll d'ar Judevien gonezet d'ar fe, a zo deut betek ennomp; drezan e c'hoantae lakat ar gristenien da deurel evez ouz an heretiked hag ouz ar schismatiked a oa o tanzen 'n em diskouez. Setu aman pennadou eus e skrid : « Jud, servijer Jezuz-Krist ha breur Jakob, d'ar re a zo dibabet gant Doue an Tad, hag a zo miret gant Jezuz-Krist goude bezan o galvet; » Ra gresko ennoc'h an drugare, ar peuc'h hag ar garante. » C'hoant am boa da skrivan d'ec'h evit ho pedi da stourm evit ar fe... » Rak en em zilet an eus en ho touez tud fallakr... hag a nac'h Jezuz-Krist, non Mestr hag hon Otrou... » Drouk-prezeg a reont eus ar pez n'ouzont ket; hag en em vastari a reont en kement a anavezont, evel loened mut. » Evidoc'h-c'houi, breudeur ker, en em harpet war ho fe hag en em viret en karante Doue. » Evel sant Simon, sant Jud, an abostol kalonek, a varvas ive dre ar verzerenti. K E N T E L Ar re a bec'h eneb ar fe An heretiked eo an dud ne fell ket d'eze bezan kelennet gant an Iliz. Ar schismatiked eo an dud ne fell ket d'eze bezan gouarnet gant an Iliz. An nac'herien o fe eo an dud a dro kein da Zoue o badeziant. Ar ouenn aneze oe ganet, en de ma c'hanas an Iliz he-unan, ha padout a raio betek fin ar bed. Petra ra d'an dud-ze, da vihanan, tec'hel evelse diwar barlen hon Mamm Zantel ? Daoust ha re galet e kavont ar gwirioneziou zo da gredi ? Nan, n'eo ket ar gador-zarmon eo a ra d'eze tec'hel eus an Iliz, ar gador-govez an hini eo; n'eo ket abalamour m'eo re galet ar gwirioneziou da gredi eo e nac'hont o fe, mes abalamour ma kavont re striz ar gourc'hemennou zo da heuilh, hag e lavaront neuze en o c'halon : «N'eus Doue ebet ! Non est Deus.' » En o c'halon eo e lavaront an dra-ze, n'eo ket en o spered, rak gant o spered, pa zigoront anezan an disteran, n'hallont ket chom hep gwelet ar skieur, da vihanan, eus Doue; mes techou fall o c'halon, savet uheloc'h eget o fenn, o deus o dallet, hag abalamour da ze, ne welont mui Doue. Evil gwelet Doue, kalon an den a renk bezan sioul, ha reiz an treo en ni. Bezomp glan a galon hag e chomfomp war barlen bon Mamm Zantel an Iliz; bezomp glan a galon hag e welfomp Doue. Navet devez warn-ugent a viz Here Ar Plac'h eürus Deuetmat Bojani Eus Trede-Urz Sant Dominik (1255-1292) Deutmat a oa ganet en eur gêrig vihan eus ar Frioul, en Autrich, d'ar 4 a viz mae 1255, a dudchentil ha kristen. Pemp krouadur o devoa bet en he rôk, merc'hed o femp, ha Konrad Bojani en devoa c'hoant da gaout eur mab a vije perc'hen e hano hag e zanve. Doue, elec'h ober dioutan, a lakas eur c'houec'hvet merc'h da c'henel en e di. Evel ma oa nec'het ar re a yeas da gas ar c'helou-ze d'ezan, Konrad, eur c'hristen mat evel ma oa, o dinec'has buhan en eur lavaret : « Deuetmat eo ar verc'h; ra vezo hanvet Deuetmat. » Deuetmat a roas abred merkou anat eus he zantelez da zont. Troet oa gant ar beden ha gant ar binijen. 0 vezan kouezet gwall glanv, e reas le da vont da bardonan da ve sant Dominik da Vologn, ma teurvezje gant Doue rei ar yec'hed d'ezi; parean a reas, ha goude bezan gret herve he fromese, e wiskas saë Trede-Urz sant Dominik. He bue a leanez a oe eur burzud pen-da-ben; diniver oe he miraklou; ar Werc'hez hag he Mab Jezuz a 'n em ziskouezas d'ezi alïes. An drouk-spered, eus e du, a glaskas he gonid; eur wech en em zilas en he c'hichen dindan furm eun aër : « Ma n'eo ket eur vez, a lavare d'ezan ar zantez, gwelet eun êl bet ken skedus-all o kemer stumm eun aneval euzus ha milliget. » A-wechou-all, Satan a gemere mein da deurel ganti; Deuetmat a rê gwap anezan, ha Satan a dec'he kuit. Kalon an den a zo c'hoantastik, ha n'en em gavo en e êz nernet pa vezo er baradoz. Evel sant Pôl, Deuetmat he devoa mall da welet ar maro o tont, evit gallout bezan unanet da virviken gant Jezuz-Krist. Eun devez ma oa o pedi en iliz Sant-Dominik, eur c'hoar hag eur vignonez d'ezi en he c'hichen, e c'houlenne digant Doue he zennan diwar an douar-man. Ouz he c'hlevet, he c'hoar a lavare : - Petra deuïn-me da vezan neuze ? Hag he mignonez : - Oh ! n'am dilezet ket; c'houi eo ma skoazel ha ma levenez er bed-man. Deuetmat a respontas d'eze : - Arabad eo d'ec'h kredi e rin nebeutoc'h a vad d'ec'h pa vin en nenv evit ne ran breman war an douar ! Jezuz-Krist a selaouas he feden. Kouezan reas klanv prestik goude. An drouk-spered a glaskas he lakat da gouezan en dizesper : «Daonet out, emezan, kaer a teus; re a binijen teus grêt; en em lazet out. » Deuetmat a c'halvas Mari d'he zikour hag an diaoul a renkas tec'hel. Mervel a reas d'an 29 a viz mae 1292, o ren he seizvet blavez ha tregont. K E N T E L Skarin pe sec'hour on ene En servij Doue zo mareou es ha mareou diês. I. - Mareou ês. Plijadur a gaver o pedi; plijadur a gaver o vont d'an oferen; plijadur à gaver o testât ouz an dôl zantel; plijadur a gaver o lakat annesan da dostât, mui-ouz-mui ouz ar wirione. II. - Mareou diês. Doue, kouls lavaret, a 'n em denn; Doue a 'n em guz; ar spered n'hen gwel mui ken splann; ar galon n'hen c'har mui kement; dont a rêr hag e kaver divlas ha didalve ar beden; divlas ha didalve an amzer tremeriet en iliz; divlas ha didalve an amzer a laker d'ober vad d'an nesan. Plijadur ebet ken. Ar skarin a zo war au ene, hag ar skarin-ze a zo talvoudek, eme Hon Zalver Jezuz-Krist. - Neuze eo e c'hone an ene e veritou brasan; ober mat, pa ve plijadur, a zo kaer; ober mat, hep plijadur ouz hen ober, a zo mil gwech gwell. - Neuze eo e kresk en ene ar vertuziou kaeran : Divergli ra an houarn en tan, An den n'eo den, anez kaout poan. - Neuze eo e teu an ene da glask Doue gant muioc'h a hast; eur c'hrouadur, keit ha m'eman e vamm en e gichen, ne zonj ket nemeur enni; dal ma ve dianket, e teu da ouelan, ne ve ket pell. - Neuze eo e teu an ene da garet Doue gant eur garante wirion. Alïes, en hon deveriou a relijion, en em glaskomp hon unan. Klask a reomp, nan an Doue a ro ar blijadur, mes ar blijadur a ro Doue; mes p'en em guz Doue, ha pa zervijer anezan hep kaout netra digantan, neuze, anat eo, e servijer anezan abalamour d'ezan e-unan, ha nan abalamour d'ar blijadur a gaver en e zervij. Tregontvet devez a viz Here Sant Alphons Rodriguez 1531-1617 Alphons a oa mab d'eur marc'hadour pinvidik ha vertuzus eus a Zegovi. An devosion d'ar Werc'hez a ziwanas abred en e galon a vugel. Daoulinet dirak he zôlen, e lavare eun devez : «Oh ! Itron, ma ouezfec'h pegement e karan-rne ac'hanoc'h; ho karet a ran kement ma n'oc'h ket goest, c'houi, da garet ac'hanon-me muioc'h. » Ha mamm Doue, gant eur mousc'hoarz, a deurvezas respont : « Fazian rez, ma bugel, da garet a ran muioc'h evit n'out goest d'am c'haret. » Goude bezan grêt e studi en skolach Alkala, gant Tadou Kompagnunez Jezuz, Alphons a zizroas da Zegovi, ha prest goude en devoe ar glac'har da goll e dad. En em lakat a reas raktal en penn e gommerz mezer, ha ne oa marc'hadour ebet onestoc'h evitan. Da eiz vla ha tregont, goude bezan kollet e bried hag an daou vugel en devoa bet diganti, ec'h eas en Kompagnunez Jezuz. Epad tregont vla hag ouspen, e reas ar vicher a borcher en skolach enezen Majork. Kerkent ha ma kleve kloc'h an de, en em dôle d'an daoulin da lavaret an Te Deum, hag e tôle evez bras, dreist-oll, pa veze gant ar geriou-man : « Dignare, Domine, die isto, sine peccato nos custodire : Teurvezet, Otrou, ma miret diouz ar pec'hed epad an de-man. » Goude-ze e troe warzu ar Werc'hez, hag evit en em erbedi outi e lavare he litaniou. War an de e veze en kichen e zor, o lavaret e Rozêra, hag o tigemer gant ar brasan doujanz kement hini a yee hag a deue en ti. Pac'h ee en kêr, ne gomze nemet nebeutan m'halle; e spered a veze ken beuzet en Doue, rna n'evoa ken hano en enezen nemet an hini a vreur maro, hag en gwirione, maro oa d'ar bed. Epad seiz vla, en devoe kalz da stourm evil, miret e c'hlanded, mes ken troet oa gant e Rozêra ma chomas an trec'h gantan; an drouk-spered, kounnaret en e eneb, a walgase anezan ar gwasan m'halle; diou wech hen stlapas d'an traou gant pazennou ar vins. Seul-vui e veze touellet gant an drouk-spered ha seul-vui e veze laouen. Ar Werc'hez Vari a 'n em ziskoueze d'ezan alïes. Bevan reas betek eun oad bras; pa oe roët e zakramanchou divezan d'ezan, ar re a oa endro d'e wele a ouele o sonjal ne weljent ken anezan : « Penôs, einezan, e c'hallfe ar pez a ra plijadur d'in-me ober rann-galon d'ec'h-c'houi ! » hag e lavaras kenavo ar baradoz d'e vreudeur, an eil goude egile, hag e prometas pedi evite pa vije en em gavet en lez an Otrou Doue. Mervel a reas da hanter-noz hanter, derc'hent gouel an Holl Zent 1617. Miraklou niverus a c'hoarvezas e-tal e ve, ha Léon XIII a lakas e hano war roll ar zent, d'an 8 a viz genver 1888. K E N T E L Me n'ouzon ket pedi Ar zent, holl a zo bet tud a beden; ar beden, evit pez a zell ar zilvidigez, a zalc'h lec'h eus pep tra, mes netra ne zalc'h lec'h eus ar beden; evit mont d'ar baradoz, n'eo ket red bezan den a nerz, na den a zanve, na den a spered, mes red eo bezan den a beden. Tud a ve klevet a-wechou o lavaret : « Me garfe pedi awalc'h, mes n'ouzon ket hen ober » Koulskoude, petra zo êsoc'h eget lavaret da Zoue : « Ma Doue, me ho kar a greiz ma c'halon; d'ec'h on korf hag ene; ma Doue, me ho trugareka eus an holl vadou a laket bemde etre ma daouarn; me c'houlenn pardon ouzoc'h eus an dismeganz am eus grêt d'ec'h; ma Doue, me zo en dienez, me zo en anken , me zo er boan, sellet a drue ouzin. » Petra zo êsoc'h da gaout eget ar c'homzou ? O c'haout a rêr heb o c'hlask. Fazian ra a-grenn an hini a gred eo red gouzout, evit pedi ervat, eur bern pedennou, hirroc'h an eil eget, eben; pa zigorer an Aviel, setu aman ar pedennou a gaver grêt gant ar re a deue da gât Jezuz. Eun devez e teuas davetan eun den dall : « Otrou, emezan, grêt, d'in gwelet skler. » Eun devez-all, e teu davetan dek den laour : « Mab David, emeze, ho pet true ouzimp. » Eun devez-all. an Ebestel, gantan en eur vag, a 'n em gav en danjer da vezan beuzet. Jezuz a oa kousket hag e tihunjont anezan : « Otrou, emeze gant estlamrn, sikouret ac'hanomp, rak ec'h omp o vont da goll. » Eun devez-all, eun ofiser a deu d'e gaout, evit eur mab d'ezan oa gwall-glanv : « Otrou, emezan, n'eo ket dleet d'in kaout an enor d'ho tigemer em zi; lavaret eur gomz hepken, ha ma mab a zo pare. » Al laer deou a lavar d'ezan war ar groaz : « Otrou, dalc'het sonj ac'hanon pa vefet digouezet en ho rouantelez ! » Ar pedennou-ze ne oant ket diês da zeski; holl int bet chilaouet, koulskoude. Gouzout a ret ho Pater, gouzout a ret hoc'h Ave, gouzout a ret ho Kredo : kement hag a renker eo; ma n'ouzoc'h netra ken, lavaret ho Rozêra. N'ouzoc'h ket pedi, ma ne bedet ket, mes mar pedet, e ouzoc'h pedi. Kentan devez ha tregont a viz Here SANT KENTIN Eskob ha Merzer (***-287) Kentin a oa ginidik eus a Rom hag a ziskenne eus brasan familhou ar gêr-ze. Dont a reas gant sant Lusian da brezek ar le da Vro-C'hall. Goude bezan labouret o-daou asamblez eur pennad, en em zispartijont ; sant Lusian a chomas en Beauvais, ha goude bezan gonezet eno eleiz a baganed da Jezuz-Krist, e tastumas kurunen ar verzerenti. Sant Kentin a yeas da Amiens. E c'hoant oa distrujan rouantelez an drouk-spered er vro-ze, ha pedi rê hep paouez an Otrou Doue da lakat had e gomzou da ziwan er c'halonou. Galloudek e oa dre e oberou kouls ha dre e brezegennou. O vezan bet diskuilhet da Riktiovar, gouarner Bro-C'hall en amzer-ze, en hano ar Romaned, heman a roas urz da chadennan an abostol santel. An de war-lerc'h e reas e zigas d'e lezvarn, ha dre gaer ha dre heg e klaskas e c'honid. Ar merzer ne blege ket. Ar gouarner a reas e skourjezan didrue hag e gas d'ar prizon ; difenn a reas lezel den ebet da vont d'e gaout. Epad an daou enklask a oe grêt c'hoaz warnezan, e oe dijuntet kement ezel en devoa, dispennet d'ezan e gorf gant neud orjal ; war e gein e oe skuilhet peg hag eoul bero. Ar merzer, kennerzet gant an Hini a c'houzanve evitan, a oe trec'h d'e vourrevien, ha ken sioul oa en kreiz e dourmanchou ma chome mantret kement hini a dostae outan. Riktiovar a renkas mont d'eur gêr-all ; kas a reas Kentin d'e heul, hag eno, mezek o welet ne oa ket evit dont a benn anezan, kaer en devoa c'hoari, e reas e doullan a dôliou bir, adalek e c'houg betek pennou e zaoulin ; lakat a reas skei tachou etre e ivinou hag ar c'hig, en meur a lec'h-all c'hoaz eus e gorf, ha betek en e empenn. Erfin e c'hourc'hemennas e zibennan. Ar verzerenti-ze a c'hoarvezas d'an 31 a viz here 287. K E N T E L Penos e ve grêt ar Zent Eur wreg diwar ar mêz, eme an Tad Wonsabre, klanv eur pennad a oa, a vode he unnek bugel, bemde goude koan, endro d'he gwele, evit ar pedennou diouz an noz. Arôk ar Bater, e veze lennet Bue ar Zent. Eun devez, da vihanan, oa bet lennet pasion eur merzer yaouank, a oa marvet, al laouenedigez war e dâl, en kreiz ar brasan tourmanchou, en eur anzav Jezuz-Krist ; hag ar vamm, pa oe serret al levr, a c'houlennas, an daerou en he daoulagad : — O ma bugale, piou a rafe kemend-all, en de a hirie ? An unnek krouadur a zavas en o zav, holl a-unan, hag a lavaras : — Ni, mamm, ni, gant gras Hon Zalver Jezuz-Krist. Setu aze, tadou ha rnammou, peseurt kristenien a refet eus ho pugale, ma kemeret ar gustumans da lakat lenn Bue ar Zent bemde, en ho ti, goude koan. Hag evit gwelet ha teurel a ra plè mat ho pugale eus ar pez a lenner, grêt goulennou berr hag es oute war ar pez emaent o paouez klevet : evelse e teufet d'ober gante bugale kristen. Miz Du AR VERED HAG AN ILIZ Eur bobl hag a intentfe pebez liamm kaer ha talvoudus a zo etrezan, e vered hag e iliz, hennez a vefe eur bobl krenv meurbed. Evelse e oa gwechall pobl Breïz-Izel, rak an tri lec'h-man a oa unanet en e vue : an iliz, ar vered, ar gêr. An iliz a oa kalon ar barouz, ar re varo dastumet holl an tostan d'ezi, hag ar re veo bodet, muian m'hallent, endro d'ar vered; eus ar c'hreiz e save an tour, da gas warzu an nenv klemm an Anaon ha peden ar re veo : ar vered a stage ar barouz ouz an illz, hag an iliz hag an tour o stage holl ouz an nenv. Eun dôlen gaer, mar oe biskoas. Hirie, e ver o tanzen difreuzan anezi. Ar vered a oa hent an iliz; 'vit dizrei ar Breton diwar hent e ilizou, e kaser ar berejou pell dioute : an iliz diouz eun tu, ar vered diouz eun tu-all, hag an dud diroutet a vo evel tri malih torret eur chaden hag a yee gwechall eus ar bed-man d'ar bed-all. En kreiz ar vered, an iliz an disteran a zo kaer da welet; gened ar vue, ar galloud, ar vadelez, a splann dispar war he zâl, en kreiz park sioul ar Maro; hag ar Vered, pegen dudius d'ar galon he fleustri tro-war-dro d'an Iliz ! Na tener ha frealsus ar moueziou a zav eus don ar beziou o lavaret holl en eur c'hantik : « Skuilhet hon deus endro d'an iliz ludu hon c'horfou, evit ober eun hent da gas da dabernakl an Doue beo. » Pa oamp o vevan e-touez an dud, e teskemp d'eze hent an Iliz; breman, pan omp maro, ni o c'helenno c'hoaz. » Pegen mat eo bevan en harz ho tioueskel, o Doue, ha pegen mat koushet goude en skeud hoc'h iliz 'lec'h oemp badezet. » Ar voger a zisparti ac'hanomp diouz tachen ar re veo a zo henvel ouz divrec'h an Otrou o stardan achanomp war e galon. » Rak an Otrou Doue a gar ive e re varo; karet a ra betek ludu o c'horfou; » Skuilh ra warneze bemde, diwar an ôter, mil bennoz. » Ar vered eo liorz an Otrou Doue, a zo o chom enni, ha korfou an anaon a zo 'vel plantennou kizidik miret ha temzet gantan en douar o c'havel, da c'hortoz ma voint treusplantet en liorz ar Baradoz. » Eun dra dinatur eo dispartian, hep red, ar vered diouz an iliz; evelse, setu mouget ar moueziou a gelenne hen kaer ar c'hristen. Ar vered, heb an iliz, n'eo ken nemet eul lec'h mut, karget a denvalijen hag a dristidigez; an iliz parouz, heb ar vered en he c'hichen, a zo henvel ouz eur vamm he deve kollet he bugale, ouz eur rouanez he deve hollet he c'hurunen hag he lez. Mes mar zo true da gât ouz ar re varo argaset diwar-dro o iliz, muioc'h a drue zo da gât c'hoaz ouz ar re veo deut da vezan ken kaledet ha ken dall ma freuzont a-benn kaer ar c'haeran tôlennou dispak dirak eul lagad hristen. Miz du eo miz an Anaon. Er c'houlz-man eus ar bla, e savant o mouez, mui evit bishoaz, da c'houlenn digant ar re veo pedennou, yuniou, oferennon, kommunionou. Devosion an Anaon zo unan eus kaer an re a zo en Iliz. En hon amzer, e fell da dud fallakr he mougan; laeret o deus digant ar re varo alc'houe o frizon, an arc'hant espernet gante, pa oant war an douar, evit pedi evite, pa vijent o leski en tan ar purgator. Dic'haouomp an Anaon paour laket en noaz; kasomp d'ezan aluzen hon fedennou birvidik; hen, divezatoc'h, a bedo evidomp ive. Kentan devez a viz Du GOUEL AN HOLL ZENT Gaudeamus omnes in Domino, a lavar d’imp hirie Hon Mamm zantel an Iliz. En em laouennaomp holl en Otrou, ma bugale ger, emezi; savet ho taoulagad warzu an nenv, gwelet ar bobl a zent ha n’hall den niveri, a bep bro, a bep gouenn hag a beb yez, en o zav en harz an trôn ha dirak an Oan, saeou gwenn-kann endro d’eze, al lili hag ar roz etre o daouarn. Klevet aneze o kanan da Zoue, en eur deurel o c’hurunennou dirak e drôn : « D’ec’h-c’houi, Otrou,, eo ar gloar, an enor hag ar galloud, rak c’houi ho peus krouet pep tra, ha n’eus netra nemet dre ho polonte. » Klevet telennourien ar baradoz o telennan war o zelennou kanaouen neve an Oan : « An Oan-Doue a zo bet lazet evit dasprenan an dud gant e wad; Hennez eo a dle kaout galloud, furnez, nerz, enor, gloar ha bennoz. » Hag an diskanerien o tiskanan : « D’an Hini a zo azezet war an trôn, ha d’an Oan, bennoz hag enor, ha gloar ha galloud eus an eil kantved d’egile da virviken. » Evit en em gaout el lec’h m’emaent, ar zent-se o deus bet eur mor a enkrez da dreuzi, ha gwennet o deus o zaeou en gwad an Oan. Abalamour da ze emaent dirak trôn an Otrou Doue hag e servijont anezan noz-de en e Dempl, hag an Hini a zo azezet war an trôn a chomo en o c’hreiz. N’o devo mui na naon na sec’hed; nag an heol, na tommder ebet ne gouezo warneze; rak an Oan a zo en kreiz an trôn a reno aneze, hag o c’haso da feunteuniou an doureier a vue, ha Doue a zec’ho an holl daerou eus o daoulagad. - E-touez ar zent-se eman ar Batriarched, a oa ken krenv o fe er Zalver da zont; ar Brofeted, a embannas rouantelez au drugare; an Ebestel, ha n’halle netra miret oute da brezek dre ar bed anaoudegez ha karante Jezuz-Krist; ar verzerien, hag a skuilhas o gwad kentoc’h evit nac’h o fe; êle an douar, a viras dinam lili arc’hantet o gwerc’hded; an dud desket, a zo bet, dre o deskadurez, sklerijen ar bed; an dud vat, a zo bet, dre o vertuziou. holen an douar. - E-touez ar zent-se eman ar re a zo bet paour a spered; ar re a zo bet habask; ar re o deus gouelet; ar re o deus bet naon ha sec’hed eus ar wirione; ar re a zo bet trugarezus; ar re a zo bet glan a galon; ar re a gare ar peuc’h; ar re a zo bet heskinet evit ar wirione. - Etouez ar zent-se eman tud hon bro, tud ha n’o deus grêt trouz ebet o tremen war hent ar vue, tud hag hon deus bevet gante, tud hag hon deus karet kalz, hag o deus karet ac’hanomp muioc’h c’hoaz; tud hag o deus desket d’imp anaout ha karet an Otrou Doue... - Hirie eman o gouel; kasomp d’eze hon meuleudiou mesket gant hon fedennou. El lec’h m’int en em gavet, ni ive a c’hall en em gaout : n’hon deus nemet heuilh o roudou hag ober ar pez o deus grêt. Siou fall o devoa eveldomp ; marteze zoken oa gwasoc’h o re evit hon re; mes deut int a benn aneze ; kizellet o deus o eneou gant kizel ar boan, epad pell amzer, ha deut int da vezan mignoned an Otrou Doue. Ar pez o deus grêt, red eo d’imp hen ober ive; peotramant e vefe gwell d’imp ne vijemp ket bet ganet biskoaz; an ifern a zo ken euzuz, ar baradoz a zo ken lirzin ! Sant Augustin hag e vamm, santez Monika, a oa eun abarde e-tal ar mor, en kêrig Osti, hag en keit ma oant o sellet ouz bravente ar vro, e oent savet a spered hag a galon betek an nenv. Mes ne bignjont ket pep-hini d’e dro; pignal a rejont an eil krog a-vriad en egile, o rei da anaout an eil d’egile an dudi a garge o c’halonou. An daoulagad o paran war daoulagad Doue, ar galon o ’n em harpan war galon Doue, hag an daouarn krog en daouarn ar re a garomp ; an dra-ze, o padout da virviken, eo ar baradoz. Ha c’hoaz, nan, n’eo ket an dra-ze eo ar baradoz, rak sant Pôl a lavar : « Lagad an den n’eus ket gwelet, nag e galon n’eus ket tanvaet ar pez a zo ôzet gant Doue d’ar re a zo karet gantan. » SANT KADO Eskob ha Merzer (VIet kantved) Enoromp ive sant Kado, en em gav e ouel en de-man. Ganet oa en Breiz-Veur, ha mab oa da roue Glamorgan, an hini e chomas sant Iltud eur pennad en e zervij. O vezan kuitaet ar bed, e savas eun abati en Lankarvan hag e vodas ennan 300 manac’h. Ne chomas ket pell gante, kement a c’hoant an evoa da vevan didrous ha dizanve. E vue a dremenas o veaji. Bale reas dre bep korn a Vreiz-Veur hag a Iverzon, elec’h ma labouras da brezek ar fe gant sant Gweltas. Mont a reas ive da Vro-C’hall, da Rom ha betek da Jeruzalem. O tizrei eus an Itali, e touaras en eun enezennig etre Gwened hag Alre, hag e savas eno eur manati, demdost d’e vignon sant Gweltas. A-benn nebeut, avat, Doue hen galvas adarre da vont, pelloc’h. War a greder, e tizroas da Vreiz-Veur, e oe grêt eskob Benaven ha lazet eno gant ar Zôzon. Sant Kado a zo brudet en Breiz-Izel, elec’h n’eo pedet ouz ar gouliou hag evit al loened. Bezan eo ive patron an dud a vrezel. Ar Vretoned o vont da Stourm an Tregont, ar 26 a viz meurs 1351, a bede anezan evellen : Otro sant Kado, hon paeron, Roët-hu d’imp-ni nerz-kalon, Ma c’honefomp, hirie an deiz, War enebourien eus a Vreiz. Mar deomp-ni d’ar gêr war hon c’hiz, Ni a roi d’ec’h-hu eur gouriz. ...................... Ma laro an dud o sellet, Otro sant Kado binniget : Kouls er baradoz hag en douar, Sant Kado n’en deus ket e bar. Bezan ’n eus eur chapel en Karnot. En Plouillio e ve gret e bardon ar pevare zul a viz here. Enoret eo ive en Sant-Kleve hag en Lomikel-an-Trêz. K E N T E L Darempredomp ar Zent Eürus, eme sant Thomas a Gempis, an hini hag ; elec’h klask e ziskuis e-touez an dud, hen klask el levriou santel hag er pedennou birvidik, a vev ervat hag a gar treo an nenv, evel ma rê ar zent, a zelle muioc’h ouz ar pez a wel daoulagad ar fe eget ouz ar pez a wel daoulagad ar c’horf. Pep-hini a zarempred an dud a zo herve e galon ; ar c’hristen mat a zarempred kristenien vat ; ar c’hristen klouar a zarempred kristenien klouar ; ar c’hristen fall a zarempred kristenien fall. Ma fell d’ec’h eta azezan, kador ouz kador, gant ar zent er baradoz, eo red d’ec’h gouzanv eleiz a dreo evit Doue war an douar-man, ha karet an dismeganz evel m’o deus grêt an dud santel-ze, rak ne dalv ket nemeur a dra enori ar zent dre gomzou, ma rêr gwap aneze dre oberou. Ma fell d’ec’h plijout da Zoue ha plijout d’ar zent, kastizet ho korf, pleget ho polonte hoc’h-unan, stourmet ouz ho techou fall laket vertuziou da zevel ennoc’h, sellet ouz bue ar zent, lennet o c’helen’nadurez, ha neuze, ma tarempredet evelse ar zent, e vefet sent, e vefet skoazellet gant ar zent ha kurunet gante en baradoz an Otrou Doue. Eil devez a viz Du Gouel an Anaon Domine, omnibus in Christo quiescentibus, locum refrigerii, lucis et pacis ut indulgeas, deprecamur. Otrou, da gement hini a zo maro en karante Jezuz-Krist, roët, ni ho ped, eul lec'h a freskadurez, a sklerijen hag a beuc'h. (Komzou hag a lavar bemde ar beleg, prest goude ar gorreou, en oferen). An Iliz he deus bugale en pevar c'horn ar bed, eus ar zav-heol d'ar c'huz-heol, eus ar c'hreiste d'an hanter-noz ; an heol, kaer en deus trei ha dizrei en bolziou an nenv, a gav bepred dirakan eur rumm pe rumm aneze. Koulskoude, dre Ouel an Holl-Zent, e welomp n'he deus war an douar nemet eun darn eus he bugale ; daou rumm-all he deus c'hoaz, ha ma trid he c'halon o son j al er re zo digouezet er baradoz, n'ankoua ket ar re a c'hortoz digor e-tal dor ar gêr. Setu perak, war-lerc'h he dilhad skedus, e wisk breman he dilhad kaonv, ha mouez klemmus he c'hleier, en pep parouz, a ya a-dreuz d'al lenneier, betek an tiegeziou pellan, da lavaret d'an holl pedi evit an Anaon. I Pedi evit an Anaon, eme ar Brotestanted, a zo eur c'holl amzer, rak goude ar maro n'eus ken nemet baradoz pe ifern. An dra-ze n'hall ket bezan gwir. Neuze ar gristenien eo bet o bue eur skouer eus ar re gaeran, n'efont ket d'ar baradoz arôk ar gristenien lôsk o deus tremenet o bue o rei an hanter eus o amzer da Zoue, hag an hanter-all d'an drouk-spered ? An dra-ze 'zo iskis da gredi. Neuze, petra da zonjal eus an dud reuzeudik-se a welomp o vervel, kouls lavaret, oc'h ober an droug ? N'omp ket evit kredi ec'h afent war eün d'ar baradoz, elec'h ne roër digor da netra kailharet, ha p'eo gwir e karemp aneze, ne c'houllfemp ket lavaret e vefent kouezet en ifern. An dra-ze 'vefe kalet da gredi. Eur purgator a dle bezan eta, da lavaret eo, eul lec'h krouet gant Doue en e vadelez, etre ar baradoz hag an ifern, evit lemel ar pec'hejou veniel diwar an eneou hag o lakat da beurbaean o dle da justis Doue, betek an diner divezan : donec reddas novissimum, quadranlem (1). II Eur purgator a dle bezan hag eur purgator a zo. Ar baganed o-unan, daoust ne oa nemet eun eulfen eus ar wirione o sklerijennan o spered, a lavare e oa en tu-all d'ar be eul lec'h bennak da lakat an eneou en pinijen, arôk mont da vro an eürusted. Kaout a rêr an dra-ze er skridou savet gante, nebeut blaveziou hepken arôk donedigez Hon Zalver. Ar pez a oa anavezet fall gant ar baganed a oa auave-zet mat gant pobl Doue. Evelse e welomp Judas Makabe, goude eur brezel enep gwaskerien e vro, o sevel arc'hant da gas da Jeruzalem, da lakat pedi Doue eno evit eneou ar vrezellourien a oa kouezet en e gichen, war dachen an emgann, hag ar skrivanier sakr, goude bezan displeget kement-se, sklerijennet gant ar Spered-Glan, a lavar eo eun dra vat, santel ha talvoudus pedi evit ar re varo, ma teuio Doue da zizamman aneze eus o fec'hejou : Sancta et salubris est cogitatio pro defanctis eacorare (2). Da betra e talvezfe ar pedennou evit an dud varo, ma ne vije ket a burgator, ma ne vije, evel ma lavar ar Bro-testanted, nemet eur baradoz hag eun ifern, p'eo gwir en ifern n'eus pardon ebet ken, hag er baradoz ar zent ne vank netra d'o eûrusted ? Hon Zalver Jezuz-Krist e-unan, (3) o komz eus ar pe-c'hed eneb ar Spered-Santel, a lavar ne vezo pardonet nag er bed-man, nag er bed-all, hag an doktor bras sant Augustin, goude bezan lennet ar gomz-ze, a skriv kement-man : « P'eo gwir Jezuz-Krist a lavar ne vezo ket pardonet ar pec'hed eneb ar Spered-Santel, nag er bed-man, nag er bed-all, e ro da anaout dre ze zo pec'hejou hag a vezo pardonet er bed-all, hag ar pec'hejou-ze eo ar pec'hejou véniel a vezo lemet diwar ene an den en tan ar purgator. » An Iliz a bed evit an Anaon, beb oferen a lavar he beleien ; pedi ra war ar c'horf maro ; pedi ra d'an eizvet devez goude an tremenvan ; pedi ra d'an de-ar-bla. Ha gant aon na chomfe eun ene bennak hep peden, e ra bep bla gouel an Anaon, de war-lerc'h gouel an Holl Zent. Abaoue ar bla 1267, n'anave ket evit he bugale ar re ne gredont ket zo eur purgator, hag ar re ne gredont ket e c'hallfed gwellât stad an eneou kez a zo énnan. Argristenien, a holl viskoaz, o deus kredet er purgator ha goulennet pedennou goude o maro. Santez Monika, o vervel en Osti, a c'houlenne digant he mab Augustin kât sonj anezi pa vije ouz an ôter ; Jann d'Arc a c'houlenne ma vije savet cnapeliou da bedi Doue enne evit eneou ar zoudarded marvet war dachen an emgann ; epad ar brezel deh ha tri-ugent, eur zoudard yaouank o vervel a roë dek gwenneg d'e govezour evit ma vije savet eur groaz war e ve ha lavaret eur beden evit e ene. III Eur purgator a zo eta, ha poan a zo ennan. An Iliz a c'houlenn evit an eneou freshadurez, ar pez a ziskouez o deus leskadurez. « Gwasoc'h eo tan. ar purgator eget an holl boaniou a c'haller da c'houzanv war an douar-man », eme sant Augustin ; « Gwasoc'h evit an holl boaniou korf a c'houzanvas Jezuz-Krist », eme sant Thomas ; « Ken gwaz ha henvel eo ouz tan an ifern », eme sant Gregor. Tan ar bed-man a gempenn an aour hag a zev ar plouz. Tan ar bed-all a gempenno eneou an dud salvet, hag a zevo eneou an dud daonet. An Iliz a c'houlenn evit an eneou sklerijen, ar pez a ziskouez emaent en denvalijen ; ne welont ket Doue, ha chom hep gwelet Doue er bed-all a zo skrijus, rak Doue eo-heol an eneou, evel m'eo ar bannou skedus a darz bemde 'us d'hon fenn heol ar c'horfou. An Iliz a c'houlenn evit an eneou ar peuc'h, ar pez a ziskouez emaent er gouelvan. Eur c'hrouadur, pa ve kaset pell diouz e vro, pa ne wel ket e dud, ne ve peuc'h ebet gantan ken na ve dizro d'ar gêr. Eneou ar purgator ive a hirvoud, hep paouez, war-lerc'h an devez binniget ma vezo gwenn awalc'h o iskili da nijal en kerc'hen o zad a zo en nenv. En de-man e rêr ive gouel sant Hernin, ermit, diskennet eus Breiz-Veur en Breiz-Vihan, en kerz ar VTet kantved. Al lec'h ma vevas ennan hag a oa gwechall ouz parouz Duault, a doughirie ehano, parouzLokarn peLok-Iloniin. Konomor a zavas ken tan iliz a oe war e ve. Bezan 'n eus ive eur chapel en parouz Plouagôr. Sant Hernin a zo pedet ouz an drouk-penn. (1) Sant Vaze, Vet pennad, 26et koublad. (2) Levr Makabe, XIIet pennad. (3) Sant Vaze XII, 32. K E N T E L Hon deveriou en kenver an Anaon Eneou ar purgator a zo er boan, hag o-unan n'hallont netra evit en em ziboanian. Venit nox : an noz a zo deut warneze, ha pa ve noz, n'haller ket labourât ken. Mes ni a c'hall o zikour dre ar bedennig verr a lakomp war-lerc'h hano ar re a zo et d'ar bed-all : hen-ha-hen, Doue d'hen pardono ; dre an dour binniget a dôlomp war o beziou ; dre an oberou mat grêt da gorf, da spered pe da galon hon nesan ; dre eur vue renet mat. Eneou hon tud koz a zo tostoc'h d'imp goude hon maro eget arôk ; ma zo eta eun dra ha n'hon dïje ket grêt, na sonjet, ha lavaret, pa oa hen-ha-hen o vevan en hon c'hichen, perak hen ober, hen zonjal hag hen lavaret breman, pa 'n eus kalz muioc'h a anaoudegez ac'hanomp evit gwechall ? Gallout a reomp sikour an Anaon, dreist-oll dre an induljansou a c'honezomp evite, ha dre ar zervijou hag an oferennou a lakomp lavaret evite en iliz. Greomp vad d'an Anaon hag e refomp vad d'imp hon un an, rak roët e vezo d'imp gant ar muzul hon devo kemeret da rei d'ar re-all. Trede devez a viz Du SANT GWENAËL Abad Landevennek (VIet kantved) Gwenaël, mab da Ronvel ha da Levenez, a oa ganet en Lanvenek (1), en goueled Leon. E gerent a oa Bretoned, ginidik o-daou eus a Vreiz-Veur, hag a oe eus ar re gentan a dreuzas ar mor evit dont da chom da Vro-Arvor. Eun devez, — seiz pe eiz vla a c’halle bezan er mare-ze, — e oa o c’hoari er porz dirak e di, pa zigouezas gant sant Gwennole tremen en hent-se gant eun toullad eus e venec’h. Abad Landevennek, o welet ar bugel koant-se, a lavaras d’ezan gant eur mousc’hoarz : — Ma mabig, n’az peus ket c’hoant da zont da vanac’h ganimp-ni ? — O ma Zad, eme ar pôtr bihan, me ’zo prest d’ober, evit plijout d’an Otrou Doue, kement tra a c’hourc’hemen-fet d’in ! Hag ar bugel, hep mont en ti, na netra, ha da heul dioustu sant Gwennole. Heman a chomas mantret ouz e welet hag a-lavaras d’ezan : — Re vihan out c’hoaz, mignon, da zont ganimp ; Landevennek a zo pell ac’han ; n’halli ket kerzet betek eno. — Oh ! eo, eme ar pôtrig ; hag e kerze da heul ar venec’h. Gwennole, souezetoc’h evit biskoaz ouz e welet o tont war e lerc’h gant kement a brez, a zizroas gantan da di e dud hag, o vezan bet o asant, e kasas anezan gantan da Landevennek. Daoust pegen yaouank oa pac’h eas da zerviji Doue er manati, Gwenaël ne deuas ket da yenât en e zervij, pell ac’hane. Tri bla goude, e wiskas saë ar venec’h ; en em rei a reas a galon d’ar studi ha d’ar beden ; miret a rê reolen an ti pen-da-ben, gant ar brasan aked. Alïes, epad ma kemere e vreudeur o diskuiz, en em dôle, en hanv kouls hag er goanv, en dour betek e ziou c’hazel, hag e kane seiz psalm ar binijen evit goulenn digant Doue ar c’hlanded a gorf hag a ene, ken evitan e-unan, ken evit an holl gristenien. Gwennole, war e varo, a hanvas anezan da bignal war e gador. Gwenaël a chômas seiz vla en penn abati Landevennek. Goude ar seizvet, e treuzas ar mor gant unnek manac’h hag ec’h eas da Vro goz e Dadou. Epad tregont vla hag ouspen, e prezegas en Breiz-Veur hag en Iverzon ; sevel a reas daou pe dri manati neve ; eünan reas pep tra ’barz ar re goz, hag eur wech grêt an dra-ze, e teuas c’hoant d’ezan da zizrei da Vreiz-Izel. Treuzi reas ar mor en eur vag haleg goloet gant krec’hen. Evit e holl densor e tigase gantan eur bern levriou ha relegou. Douaran reas en Bro-Gerne, elec’h ma savas tri vanati ; goude ec’h eas da C’hroe, hag eno e chomas eur pennadik brao da adstumman ar manatiou bihan a oa niverus en enezen-ze. Daoust pegen troet oa war e labour, eur mare a deuas hag e renkas ober eun diskuiz ; mont a reas eta eus Groe hag e reas e zisken en aber Blanwez, elec’h ma savas eur manati-all. O vezan êt eun devez da welet Karadek, unan eus e venec’h, a oa en em dennet eur pennad ac’hane en e beniti e-unan, e tigouezas gant eur c’harv hag a deuas dindan e vantel d’en em goach ’rôk ar chas a oa o redek war he lerc’h. Gwerok, roue Bro-Wened, eo a oa dre eno oc’h ober eun dro-chase. P’en em gavas gant ar zant, e oe laouen bras da vezan gallet ober anaoudegez gantan, hag e stagas daou damm leve ouz e vanati, evit ma vije pedet evit silvidigez e ene ha hini ar vro. Gwenaël a varvas prest goude, war-dro ar bla 590. Plougonvelen, en eskopti Leon, Erge-Gaberic ha Bolazec, en eskopti Kerne, o deus e gemeret da batron (2). (1) En parouz Lanriouare. (2) Chapeliou en deus, pe en deus bet en Gwiskriff, en Poullaouen, en Elliant, en Moëlan, en Pennhars, en Ploneis, en Landivisiao, en Kore hag en Pouldergat. K E N T E L An hent merket gant Doue Pep-hini ac’hanomp, o tont er bed, a zo merket d’ezan e labour ha roët d’ezan gant Doue kement en deus ezom evit kas da benn ar pez eman o c’hedal dioutan. Peurliesan, ar mab a gemer micher e dad hag ar verc’h hini he mamm, hag an dra-ze zo mat. Alies koulskoude, ar gerent, o welet pegement a boan o deus o ’n em denn en o stad, a glask d’o bugale eur vicher dishenvel diouz o hini, hag e c’hallfont ganti gonid êsoc’h o bara. An dra-ze, ’vat, n’eo ket koulz, rak ar skiant-prenan en devoa dastumet an tad hag ar vamm war o micher, ne dalv mui netra evit o bugale, pa ne valeont ket war o roudou, hag an dra-ze a zo eur c’holl. Eur c’hrouadur hag a gemer micher e dud a zesk anezi en eur c’hoari ; elec’h an hini a gemer unan dishenvel a renk bezan pelloc’h arôk gouzout anezi. Rak-se, ar vugale a heuilho, peurliesan, micher o c’herent ; koulskoude, ma wel ar re-man e c’hoanta darn eus o bugale trei war eur vicher-all, hag o deus ar pez a zo red evit en em denn enni, ne refont netra evit miret oute da heuilh an hent a zo merket d’eze gant Doue. Dreist-oll eta, ma welont o deus o bugale c’hoant da vont da veleien pe da leanezed, ne refont netra da viret oute d’en em rei d’an Otrou Doue. Anez-ze e c’halljent kemer evite rebechou kalet sant Bernard : « O ! kerent pennek ha dife, a zo er glac’har o welet ho pugale oc’h ober o zilvidigez, hag el levenez o welet aneze o vont d’ar maro ! Gwel eo ganec’h o gwelet o ’n em goll war ho tro, eget o ’n em sovetât heb-oc’h. » Pevare devez a viz Du Sant Charlez Borrome Kardinal hag arc'heskob Milan (1538-1584) Charlez, mab d'ar c'homt Jilbert Borrome ha da Vac'harit Medicis, a oa ganet en Milan, d'an 2 a viz here 1538. E dad a oa eun den eus ar re wellan. Kommunian rê bep sul, ha bemde e lavare war e zaoulin ofis an lliz. Sevel a rê holl vugale emzivad e vêrerien, ha rannan rê etreze aluzennou ken bras, ma veze tamallet gant e vignoned d'ober gaou ouz e vugale. Mes hen a lavare d'eze : « Ma kemeran preder gant bugale ar beorien, Doue, eun tad mat evel mac'h eo, a gemero ive preder gant ma re ma-unan. » E garante evit ar binijen a oa par d'e garante evit ar beorien. E bried, eus he zu, a oa skouer holl itronezed vras Milan ; ne golle ket eur pennad eus he amzer ; ne veze gwelet, kouls lavaret, o vont eus ar gêr, nemet evit mont d'an iliz pe d'eur manati bennak. Ar c'houec'h krouadur a roas Doue d'eze a gemeras holl skouer war o vertuziou ; koulskoude, hini ebet ne reas muioc'h a enor d'eze eget Charlez. Adalek e vugaleach, e roas merkou anat eus e zantelez da zont. Goude bezan boulc'het e studi en Milan, ec'h eas da Bavi da zeski lezennou an Iliz ha lezennou ar vro. Daoust d'an danjeriou a gaver o heuilh ar skoliou bras, ne dec'has ket eur gammed diwar hent ar furnez. Evel e dad, e kommunie bep sun, hag e tec'he diouz ar vignoned ha diouz al lec'hiou a vije bet goest da lakat ar garante en kenver Doue da glouarât en e galon. Eun doktor a oa anezan o tont d'ar gêr. Er miziou war-lerc'h, ar c'hardinal Medicis, e eontr, deut da vezan ar pab Pi IV, a hanvas anezan da gardinal ha da arc'heskob en Milan, daoust ma n'en devoa neuze c'hoaz nemet tri bla warn-ugent. Bezan oe skoazel e eontr epad ar c'houec'h vla ma chômas war Gador sant Per ; dre e aked e oe klozet konsil-meur Trant evit brasan mad an Iliz. Krenvât a rê e galon dre an devosion, e spered dre ar studi, e gorf dre ar skuizder. Derc'hel a reas da vezan eun den yaouank umbl ha seotus en pep tra ouz Doue hag ouz e vikel war an douar. Da varo e eontr, e tizroas d'e eskopti. Bezan oe, dre e oberou, skouer ha sklerijen an eskibien ha tad e bobl. Evel Abel, e oa dinam ; evel Enoc'h, e oa glan ; evel Jakob, e oa kalet ouz ar skuizder ; evel Moyzez, e oa habask ; evel Elias, e oa entâuet e galon evit gloar Doue. En kreiz ar pinvidigeziou, e oa distag diouz an danve evel Jerom ; er c'hargou uhelan, e oa izel a galon evel Martin, eveziant war e zenved, evel Gregor, hardiz en e gomzou evel Ambroaz, karantezus evel Paulin. Gwerzan a reas leveou bras an evoa en Oria, hag e roas, er memes devez, d'ar beorien, kement a donnas aneze ; pa grogas ar vosen en Milan, e werzas kement tamm arrebeuri a oa en e di ; ne viras ket, zoken, e wele, hag e roas kement gwenneg a dennas eus ar werz-ze d'an dud ezommek. Mont a rê heb aon ebet da welet an dud klanv ; rei a rê d'eze o zakramanchou ; evit pellât ar c'hlenved, e reas tro kêr en prosesion, a-benn ter gwech, diarc'hen, eur c'hrusifi gantan en e zorn hag eur gorden endro d'e c'houg. Er mare-ze, e oa en pep rouantelez eur bern tud dallet gant neventiou, ha war digare gwellât lliz an Otrou Doue, a oe darbet d'eze he beuzi en kreiz ar gwad, ar geier hag an hudurnez. Charlez a enebas oute hep paouez. Bezan en devoa ar zantelez a zo ezom. Mont a rê da govez bemde arôk lavaret e oferen ; ober a rê eur retred bep c'houec'h miz, ha bep gwech e rê eur govezion jeneral. An ôtrou Gryffryth Roberts, eur Breizad eus Bro-Geumri, a oa e govezour ordinal. Lakat a reas da ren en e eskopti al lezennou neve a oa bet savet gant konsil-meur Trant ; sevel a reas kloerdiou evit ar bôtred yaouank a oa war an hent da vont da veleien ; hospitaliou evit an dud klanv ; skoliou evit ar vugale. Aketus oa d'ober tro e eskopti ; prezek a rê dre mac'h ee; terri rê eus o c'harg ar veleien hep gouiziegez ha hep santelez ; diarbenn a rê an dizurziou ; kustumi rê e bobl da dostât alïes hag ervat ouz ar zakramanchou. En kement a rê, ne glaske nemet gloar Doue ha nan e c'hloar e-unan. Mervel a reas d'ar 4 a viz du 1584, oajet hepken a c'houec'h vla ha daou-ugent. Pôl V a lakas e hano war roll ar zent, er bla 1610. K E N T E L Doue a oar tennan ar vad eus an drouk Pa c'hoarve gant an lliz bezan skoet gant ar barrou gwasan, ha pa lavarfed eman o vont da goll, neuze eo e sav kaeroc'h, krenfoc'h, splannder an holl vertuziou o paran war he zâl. Pa ziroll ar brezel warni, eo e teu d'en em zizober eus he enebourien ; p'en em zil ar geier, ar wirione a lufr gant muioc'h a sked, ha p'en em led ar fallagriez, en em dispak ar zantelez. Evelse e teu Doue, en e vadelez, da ziskouez d'an dud eo hen an eus savet an lliz, hag eo hen a zalc'h anezi en he zav. Kaer o devo ar c'hantvejou tremen hag an diaoulou yudal, komzou Jezuz-Krist a dalc'ho da vezan gwir : «Dorojou an ifern ne vefont ket trec'h d'ezi » (1). «Bezan e vezin ganec'h betek fin ar bed » (2). (1) Sant Vaze XXI. 18. (2) Sant Vaze XXVIII. 20. Pempvet devez a viz Du Ar Plac'h eürus Franseza Amboaz Dukez Breiz (1427-1485) Franseza, gloar Breiz ha bleunien ar C'harmel, merc'h henan Loeiz Amboaz ha Mari Rieux, a oa ganet er Poatou, an 9 a viz mae 1427. Pevar bla goude, an 21 a viz gouere 1431, e oe prometet da Ber, an eil eus bugale Yan V. Adalek neuze, e oe savet en Naoned, en lez duked Breiz, gant an dukez Jann, pried Yan V ha c'hoar Charlez VII, roue Frans. Jann a oa eur wreg santel, a reas dre he c'henteliou mat eur zantez eus an hini a dlee bezan he merc'h-kaer ; he c'hustumi reas da gemer plegiou mat ; dal ma c'hallas komz, e teskas d'ezi ar c'hatekiz hag an doare da bedi a c'henou hag a galon, evel ma oa bet desket d'ezi he-unan gant sant Visant Ferrier. Franseza a diskouezas abred e vije divezatoc'h eur zantez. He flijadur oa mont da welet an ilizou ; ne golle ket he amzer o c'hoari evel ar vugale-all eus e oad, mes bepred e veze oc'h ober eun dra bennak, o nezan, o wriat, o lenn pe o skrivan. Pa veze eur brezegen bennak en iliz, ne vanke gwech ebet da vont d'he selaou, ha goude, ar rest eus an de, ne veze ken hano ganti nemet eus ar pez en dije lavaret ar prezeger. Adalek he blaveziou teneran, e tiwanas en he c'halon an devosion da Jezuz-Krist en sakramant an ôter ; da vare ar gorreou, pa zave ar beleg an hosti da vezan adoret gant ar bobl, e veze gwelet alïes an daerou o tont en he daoulagad ; en deiou ma tlee an duk, an dukez hag holl dud o lez tostât ouz an dôl zantel, e veze trist-maro ; ne zebre na ne eve, ha kaer e vije, n'halled ket tennan diouti petra vije kiriek d'ezi da vezan evelse. Eun devez, nec'hetoc'h evit biskoaz, an dukez a gemeras anezi a-goste, hag a c'houlennas petra oa oc'h ober d'ezi kemend - all a boan : - Allas ! itron, eme ar verc'h vihan, an ôtrou duk ha c'houi, hag holl dud ho lez, ho peus bet hirie an eurvat da reseo korf hon Zalver, ha me hepken, dre n'am eus ket an oad, a renk chom a-drenv. Gwelet neuze ha n'am eus ket a lec'h da 'n em gaout diês ? Hag ar brinsez a ouele. - Arabad d'ec'h gouelan ken, ma n'eus nemet se, eme Jann, rak da ouel an Holl Zent a zeu, e tostafet, mar gallan, ouz tol ar Zakramant. Ha hi raktal da gaout kovezour ar verc'h, an Tad Yvon Pontsal, manac'h eus a Gemperle, a oe, er blavez-ze, sakret eskob en Gwened. Heman, o welet devosion hag anaoudegez Fransezaïk, a gavas mat gwelet anezi o tostât dioustu ouz sakramant an ôter, daoust ma n'he devoa c'hoaz nemet pemp bla (1482). Er bla war-lerc'h, an dukez Jann a varvas ; arôk tremen, e vinnigas gant teneredigez an hini a dlee bezan he merc'h-kaer, hag e roas d'ezi, gant he c'henteliou divezan, ar chapeled koad he devoa bet digant sant Visant Ferrier. Eiz vla goude, er bla 1441, e oe grêt gant lid bras he eured gant an ôtrou Per, hag en deiou war-lerc'h, ar priejou neve a yeas da chom da gastel Gwengamp (1). Nao bla goude, da varo an ôtrou Fransez I, e pignjont war drôn Breiz. Franseza a dôle evez evit na vije roët ar c'hargou nemet d'ar re oa barrek d'en em denn enne ; he brasan c'hoant oa gwelet holl lezennou an lliz miret en he dukach ; ne oa ket jalet da welet lakat truajou neve war ar bobl. P'en em vodas holl bennou-bras Breiz en Gwened, er bla 1451, e oa darn hag a lavare e oa peuc'h er vro eur pennad a oa, e kreske an arc'hant e-touez an dud, hag e oa mat kreski ive an truajou, gant aon, pa vijent re en o êz, n'halljed rnui dont a benn aneze. An dukez vat a ziskouezas e oa dever kentan ar brinsed gwellât stad ar re a oa dindanne ha nan pinvidikât an dud piz gant c'houezen ha gwad ar bobl. Lakat a reas ar gwir da vezan trec'h d'an dislealded, ha setu perak e ve lavaret : Daoust d'ar re fall, ar Bobl, en Breiz, a yeas war well, En amzer an duk Per hag e bried santel. D'ar 17 a viz gouere 1453, ar Zôzon a oe trec'het en Kastilhon gant ar C'hallaoued skoazellet gant ar Vretoned, ha dreist-oll gant ar pedennou birvidik a lakas an dukez ober dre Vreiz evit goulenn ar viktor-ze. Er bla 1455, war c'houlenn duked Breiz, e oe laket hano Visant Ferrier war roll ar zent ; pa oe grêt en Gwened ar goueliou bras kentan en e en or, ar 5 a viz ebrel war-lerc'h, duk ha dukez Breiz a oa en penn o Bretoned o pedi en harz relegou ar zant neve. D'an 22 a viz gwengolo 1457, an ôtrou Per a varvas. He c'herent ha Loeiz XI, roue Frans, a glaskas, dre gaer ha dre heg, lakat Franseza da addimezi. N'halljont ket ; da daou-ugent vla, e wiskas, en Gwened, saë leanezed Urz Karmel. War urz Sixt IV, ec'h eas da ren manati Itron-Varia-Iskoëd, en kichen Naoned. Eno e varvas, ar 4 a viz du 1485, en eur lavaret d'he c'hoarezed, evel kimiad, ar c'homzou e oa kustum da lavaret alïes : « Gant a refet, grêt ma vezo bepred karet Doue dreist pep tra ! » Pi IX, an 11 a viz gouere 1863, a roas ôtre da viret ha da greski he devosion. (1) JILI BREIZ. — Epad an amzer a dremenjont eno, e c'hoarvezas en Breiz eun darvoud skrijus a roas kalonad d'eze hag a lakas kanvou 'barz ar vro a-bez. Jili, o breur yaouank, a oa dimezet da Franseza Dinan, pinvidikan pennherez a oa en Breiz. Hogen, en lez o breur henan e oa deut da chom eun dijentil, e hano Arzur Montauban, c'hoant bras gantan ive kaout da bried ar Vreizadez pinvidik-se ; evit dont a benn eus e dôl. e tamallas Jili dirak e vreur, hag e roas d'ezan da gredi e oa en ern glevet gant ar Zôzon evit diframman diwar e benn kurunen Breiz. Fransez a reas raktal serri ar prins yaouank, hag Arzur Montauban, goude bezan klasket e ampoezoni, a reas e vougan en e brizon, ar 25 a viz ebrel 1450, endra ma oa o ren e bempvet bla warn-ugent. Ar 17 a viz gouere war-lerc'h, an duk Fransez a varve en maner ar Genkiz, e-tal Gwened, rannet e galon o welet petra a oa c'hoarvezet gantan evit bezan selaouet re vuhan mouez eun tostenner(courtisan). ---------------- K E N T E L (1) Tôl ar Zakramant hag ar Vugale Jezuz-Krist, epad ma oa war an douar, a ziskouezas ouspen eur wech pegen mignon oa d'ar vugaligou. E blijadur oa bezan en o zouez ; lakat a rê e zaouarn warneze ; pokat a rê d'eze ; binnigan rê aneze. Droug oe gantan, eun devez, gwelet e ziskibien o pellât aneze dioutan, hag o gourdrouz a reas evellen : "Lezet ar vugaligou da zont davedon, ha na viret ket oute, rak rouantelez Doue a zo d'ar re a zo henvel oute. » Abalamour da ze, an Iliz katolik, en amzer goz, a roe ar gommunion d'ar vugale, zoken d'ar re a oa en oad teneran ; kommunjet e vezent, evit ar wech kentan, da ze o badeziant, hag Iliz ar Zav-Heol a dalc'h bepred d'ober evelse. Mes gant aon na deuje ar vugale ne vezent ket dizonet c'hoaz, da deurel ar bara konsakret e teuas abred ar c'hiz da gommunian aneze dindan doareou ar gwin hepken. Eur mare a deuas, zoken, hag ar c'hiz-ze a oe dilezet en !liz ar C'huz-Heol. Ar vugale ne oent ket lezet ken da dostàt ouz an dôl zantel, nemet pa veze deut d'eze eun tamm anaoudegez bennak eus ar Zakramant, meulet ra vezo. Ar c'hiz neve-ze a oe embannet gant konsil-meur Latran, er bloa 1215. Mes faziou bras a oe grêt en meur a lec'h, pa oe ar c'houlz da glask an oad ma teu ar c'hrouadur da gaout e anaoudegez, ha dre ze, ar vugale gez a renke gortoz dek ha daouzek vla, hag en meur a lec'h, pevarzek hag ouspen, arôk bezan kavet mat da dostàt ouz ar gommunion. O eneou dinam, o vezan ne vriatae ket Jezuz-Krist aneze, n'en em vagent ket dre an diabarz ; ha petra c'hoarveze ? Koll a rênt o glanded ha kouezan rênt er pec'hed, arôk m'o deveze, zoken, tanvaet ar bara burzudus en dije roët nerz d'eze d'en em viret diouz an droug. Rak arabad fazian : sakramant an Oter n'eo ket eur rekompanz eo, mes eul louzou eneb sempladurez an den, a zav diwarnomp hon faziou pemdeziek hag a vir ouzomp da gouezan er pec'hejou marvel. Abalamour da ze, Pi X, dre e gemennadurez Quam singulari Christus amore, embannet d'an 8 a viz eost 1910, en deus roët urz da gas ar vugale da gommunian dal ma teuont da gaout skiant, ma o deus anaoudegez eus misteriou brasan ar fe, ha ma 'z int goest da zishenvell bara an Oter diouz bara ar c'horf, trawalc'h evit testât ouz an dôl zantel gant an devosion a zere ouz o oad. D'an tad, pe d'ar re a zalc'h e blas, ha d'ar c'hovezour eo gwelef da be mare e c'hall eur bugel ober e gommunion gentan. Gourc'hemennou an Otrou 'n eskob Morelle diwar-benn kommnnion gentan ar vugale (1). — Da gentan, ar vugale a c'hall hag a dle lostât ouz an dôl zantel, dal ma teuont da gaout skiant, da lavaret eo, war-dro seiz vla ; evit darn, e c'hall bezan kentoc'h hag evit darn-all divezatoc'h. Ar vugale en oad-ze a c'hallo mont da gommunian : da gentan, gant m'o devo anaoudegez eus tri mister brasan ar relijion, eus ar finveziou divezan, eus sakramant ar Binijen, eus sakramant an Oter, hag eus an doare da gemer da dostât ouz ar zakramanchou-ze. D'an eil, gant m'o devo devosion, da lavaret eo, gant ma ouezfont mat ar Bater, an Ave Maria, ar Gredo, an Aktou a Fe, a Esperanz, a Garante hag a Gontrision, ha gant ma vezo anat eman o tiwan enne ar garante en kenver Jezuz-Krist en sakramant an Oter. D'an trede, gant ma promettent, i hag o c'herent, pe ar re a zalc'h o flas, heuilh skol an Iliz betek o t'ask bras kenlan. Roët en St-Brieg, d'an 12 a viz kerdu 1010. JUL Eskob Sant-Brieg ha Landreger (1) Ar gentel-man n'eo nemet eun diverra eus ar gemennadurez Quam singulari Christus amore. C’houec’hvet devez a viz Du SAINT ILTUD Abad (VIet kantved) Iltud a oa ganet en Breiz-Veur, en rouantelez Glamorgan. Evit ober evel e dad, ec’h eas d’an arme, hag e oe savet abred en penn an enoriou. Mes war ali sant Kado, abad Lankarvan, en em dennas er-mêz eus ar bed, ha pac’h eas Jermen Auxer da Vreiz-Veur, e oe unan eus e wellan diskibien ; beleget a oe gantan pa zizroas evit an eil gwech da vro ar Vretoned. Iltud a ziazezas neuze, demdost da Lankarvan, war ribl ar mor, ar manati brudet a zougas e hano ; eno e oe savet sant Divi, sant Pôl, sant Samson, sant Leonor, sant Magloar, sant Gweltas, hag eun niver bras a re-all c’hoaz hag a deuas da vezan sklerijen ha gened an Diou-Vreiz, dre o gouiziegez hag o zantelez. En Laniltud, n’eo ket hepken ar spered a laboure, ar c’horf an ije ive e lod. Ar manati a oa savet war lez eur vrec’h-vor, ha dre ne oa torrôd ebet, ar mor a c’honeze warnezan. O welet an dra-ze, an eskibien a deuas da gât Iltud da bedi anezan da lakat ar mor da vont war drenv. Eun devez eta maoa reverdi bras, an abad santel a gemeras e vaz hag a ziskennas en ôd gant e vugale, pa oa ar mor ar pellan. Ober a reas eur rouden en trêz hag e ziskibien a zavas eur c’hleun eno da derri an tarziou-mor. Pa oe peur-c’hrêt al labour, e c’houlennas digant Doue ober d’ar mor chom a-zav, pa vije en em gavet gant ar c’hleun o devoa savet e bôtred, hag abaoue, ar mor a lezas dizolo eun tamm brao a zouar etre ar manati hag hen. An douar-ze a oe labouret hag a roas eostou eus ar c’haeran. Iltud, sklerijennet gant ar gloar a rê d’ezan e ziskibien, brudet dre e vertuziou, skuizet gant al labour hag ar gozni, a lakas eun all en e blas en penn e vanati, hag a ’n em dennas en e beniti e-unan, epad tri bla. A-viskoaz an evoa ’grêt pinijen ; diwar neuze e reas muioc’h c’hoaz. Erfin, e teuas c’hoant d’ezan da welet e ziskibien eur wech c’hoaz arôk mervel ; diskenn a reas war o roudou en Bro-Arvor. Douaran reas en Dol ; eno e welas Samson ha Magloar, hag eno ive e varvas, leun a veritou, d’an oad a gant vla, pe war-dro. Hano sant Iltud a dle padout keit ha ma pado ar fe en Breiz. Diou barouz eus eskopti Sant-Brieg ha Landreger o deus kemeret anezan da batron : Koadout ha Landebaeron ; miret a reont c’hoaz darn eus e relegou. E bardon a ve grêt en Koadout, an eil sul a viz gouere. Pedet eo evit al loened. Hirie en em gav ive gouel sant Efflam ha santez Honora, e bried, a ziskennas o-daou en Arvorig, er VIet kantved, hag a zavas peb a beniti war-dro d’al Leo-Drêz. En o amzer e veve eno eun ermit-all, Jestin, hag an eus roët e hano da barouz Plistin. Sant Efflam a zo patron Plistin, elec’h an eus eur chapel. Bezan ’n eus chapeliou-all en Karnot, en Leskouet hag en Pedernek. K E N T E L Talvoudegez an deskadurez Gwell eo deski mabig bihan Eget dastum madou d’ezan, a lavare ar re goz, hag ar wirione a oa gante. N’eus netra ken kaer hag an deskadurez. Hi eo a laouenna hon bue ; hi eo a zav hon eneou etrezek ar wirione ; hi eo a wella hon stad ; hi eo a vag, a zifenn hag a grenva hon fe. Mes an deskadurez, daoust pegen kaer eo drezi he-unan, a c’hall ober muioc’h a zroug eget a vad, ma ne ve ket roët d’ar c’hrouadur herve ar relijion a dle heuilh, ar vro e tle bevan enni hag ar vicher a dle kemer, ha just awalc’h, setu petra c’hoarvez en Breiz-Izel en amzer-man. Skoliou hon deus ezom evit ober eus hon bugale Bretoned seder ha kristen, tud ha ne ruzfont ket eus o zadou, hag a vezo barrek d’en em denn en pep lec’h. Bec’h hon deus ouz o c’haout. Tadou ha mammou, grêt eta, gant evez, an dibab etre ar skoliou ma tleet kas enne ho pugale. Ar skoliou dizoue, ar re wellan aneze, ne dalvezont seurt. Etre diou skol gristen, dibabet an hini a oar ar gwellan silan karante ar vro en kalonou ar re he darempred. Breiz-Izel he deus ezom e chomfe er gêr ar pep brasan eus ar bôtred hag eus ar merc’hed he deus ganet. — Ha penôs e chomfont er gêr ma n’o laker ket d’he c’haret ? — Ha penôs he c’harfont ma ne roër ket d’eze anaoudegez anezi ? Seizvet devez a viz Du Santez Trifina ha Sant Tremeur Nebeut eus ar zent ganet en Arvorig a zo bet muioc­h brudet ha karet gant o c­henvro­z evit santez Trifina ha sant Tremeur. Gwerok a rene war bro Gwened (500-550) : bezan ­n evoa eur verc­h hanvet Trifina kelennet gant sant Gweltas, houman oa eur skouer a furnez hag a zoujanz Doue. Ar c­homt koz hag a anaveze an tensor ro­t d­ezan gant an Otrou Doue, a gare e verc­h dreist e vugale-all, hag a glaske eviti eur stad uhel. Komor, (1) roue bro Kera­z, a welas eun de Trifina hag he c­hoantaas da bried, gonezet dre he gened, he furnez, marteze ive dre ar c­hoant da gaout komtach he zad, ha da vezan mestr da Vreiz. D­eun hevelep goulenn, Gwerok a deu spont d­ezan : ­ Pen­s rei ma merc­h da fallan den ar vro ? ­ Rak Komor, den didrue, dife, a laze e briejou, war lavariou f­z ar zorserien : ­ Diwallet, Komor, emeze, gant eur mab d­ac­h e vefet lazet ! ­ Evit dalean, Gwerok a respontas da Gomor : ­ N­ho pezo ket ma merc­h Trifina da bried, ma ne deu an den santel Gweltas d­he goulenn en ho hano. ­ Galvet eo Gweltas d­ar palez gant aon na zavje brezel etre an daou brins, e lakas Gwerok d­asanti. Na badas ket pell ar garante a zeblante Komor kaout evit e bried yaouank. Trifina oa o vont da vezan mamm d­eur bugel, ha Komor na c­houlle ket an enor da vezan tad. Sellet a ra breman a-dreuz ouz e wreg. Ar brinsez a renk sonjal terc­hel da di he zad : ­ O ma Doue, eme Trifina, pebez stad truezus eo ma hini ! Mes ne dlean ket en em glemm, rak pep tra eus ho polonte zo gr­t evit ma evurusted. ­ Beure mat ha didrous, e tilez Trifina ar c­hastel mes hepdale ive Komor a glask e bried. Pa oar eo tec­het kuit, gant kounnar e lamp war e varc­h, hag ar­k pell e tap en eur c­hoad Trifina. Nag he zellou glac­harus, nag he fedennou, netra ne denera kalon Komor evel eur blei gant eun danvad, dre eun tol kleze e lemm digant ar brinsez he bue. Pelec­h e c­hoarvezas an torfed-ze ? War douar parouz Santez-Trifina, pehini he deus c­hoaz be ar zantez hag he relegou. War-lerc­h e dorfed, Komor a red da Gastel-Finanz, savet ­us d­ar Blavez. ­ Servijerien a gas d­he zad kelo eus muntr Trifina. Gwerok a c­halv Gweltas : ­ D­eur bourreo, e laras hen, hoc­h eus ro­t ma merc­h ar bourreo an eus he dibennet. ­ Gloar a deuio da Zoue, eme sant Gweltas, eus ar muntr a ra ho klac­har. Daoulinan ra ar manac­h dirak ar c­horf maro, ha goude eur beden, e lar : ­ Trifina, en hano an Drinded santel, me hen gourc­hemen d­ec­h, savet ha bevet adarre. ­ Ha setu ar c­horf maro o sevel leun a vue evel gwechall. Benn eun nebeut amzer goude, oe galvet c­hoaz sant Gweltas da skuilh dour ar vadeziant war d­l ar bugel a c­hanas Trifina : ­ Tremeur, eme ar manac­h, a vo e hano evel eun ­l e vevo evurus e vamm hag e vro ! ­ Betek an oad a bemp bla e chomas gant e vamm goude oe kaset d­abati sant Gweltas, da Rhuis. Neuze Trifina en em dennas en eur manati leanezed, elec­h ma varvas leun a veritou. En berr amzer, Tremeur, desket gant sant Gweltas, oa deut da vezan eur bugel santel. Eur zulvez, au 8 a viz, du 554, ma oa ­t da vale war ar m­z gant ar skolaerien-all, Komor en em gavas gantan, hag an tad digar a dibennas e vab evel an evoa dibennet e bried. Parouz Santez-Trifina he deus an enor da gaout be ha relegou santez Trifina ha sant Tremeur, he fatroned. Ar chapelig savet war o be zo darempredet gant kalz a gristenien. Epad miz mae, mammou ar vro a digas o bugale vihan war o be, ha meur a vugel an eus gr­t eno o c­hammejou kentan. Pardon ar zantez a ve gr­t an 21 a viz gouere, devez berz evit ar barouz. Pardon sant Tremeur a ve lidet ar zul kentan a viz mae. (1) Komor pe Konomor. K E N T E L (2) Deveriou ar priejou an eil en kenver egile Ar priejou a dle en em glevet : trouz ebet kammed en em garet herve Doue, rak en em garet eneb Doue n­eo ket en em garet eo. Arabad dimezi nemet gant unan hag a anavezer mat. ­ Kemer da bried, a lavare eun den fur, etouez da vignoned, etouez da amezeien, etouez tud ar barouz, ha ne vezi ket tromplet. ­ Ar re goz a lavare : ­ Ar gedon a-bell a ya holl da lern. ­ Ar priejou a dle c­hoaz en em bardoni. N­eus parkad ed ebet, ha ne vefe ennan eul louzaouen fall bennak red eo dilouzaoui an douar. N­eus ti ebet ha ne vefe ennan eur gomz rok bennak red eo en em bardoni. Fachet Mari, ne lavar ger ; Troet he fenn ouz ar voger. Mouzet Yannig ha du e d­l Tost eo an arne da strakal. Arabad fachan, arabad mouzan. Arabad chom mouzet, rak n­eo ket brao. En em zispartian n­hellet ket. Ha pa rafec­h, ne vefec­h ket gwell, pell ac­hane. Eur c­houezaden war an tamm koummoul-ze, ha peuc­h en tir en hano Doue ! (2) Tennet eus skridou an ­trou Quere, ar prezeger bras, ganet en Plonenan ha marvet person en Kastellin. Eizvet devez a viz Du Gouel ar Relegou Santel (1) Burzudus eo Doue drezan e-unan, ha burzudusoc'h c'hoaz pa ve kurunen e zent endro d'ezan. An dud dife o deus lavaret en o c'halon : «Eur wech maro, maro mat.» An dra-ze n'eo ket gwir. Eun dra bennak a zo ennon, dishenvel diouz ma c'horf, eun dra ha n'en deus na ment, na liou, na pouez evel ma c'horf; n'en deus na kig, nag eskern, evel ma c'horf; n'en deus ezom ebet do zibri na da evan, evel ma c'horf, hag an dra-ze eo ma ene. Eun dra bennak a zo ennon, ne gouez ket dindan ivinou an amzer; a ya en eun hunvre, eus eul lec'h d'eun all; a anave piou a gas ar bed endro, hag eleiz a dreo-all ha ne wel ket ar c'horf aneze, hag an dra-ze eo ma ene. Eun dra bennak a zo ennon, trec'h d'am c'horf, a lak anezan en pinijen, hen ha ne c'houl kaout nemet plijadur; a stlejo anezan zoken, ouz red, d'ar maro, (2) hen ha ne c'houl nemet bevan, hag an nerz-ze a zo 'n em diabarz, o rei bue d'am c'horf hag o vevan eus he bue he-unan, eo ma ene. Disparti a c'hall dont etre ar gwad, ar c'hig, an eskern hag ar c'hant ha kant tra-all a zo oc'h ober ar c'horf, hag an dra-ze evitan eo ar maro. Mes an ene 'a eus na ment, na liou, na pouez; dre n'eo ket grêt a dammou, n'hall disparti ebet dont ennan; hennez a zo holl a-unan; hennez a chomo en e zav, beo buek, ' us da dismantrou ar c'horf; hennez a zo divarvel, hag an dud dife a glever a-wechou o lavaret : «Eur wech maro, maro mat», ne glaskont en em lakat, en renk an anevaled, nemet evit gallout, evel ma lavar Bossuet, bevan evel anevaled. Ar maro eo gouel Nedeleg an ene da vue ar bed-all : dies natalis; rak-se 'ta, goude e dremenvan, an den n'eo ket maro mat : e ene a vev, hag e gorf, zoken, n'eo maro nemet evit eur pennad. Sevel a reio adarre. Adam an eus digaset ar maro. Jezuz-Krist, an eil Adam, an eus digaset ar rezureksion. Grêt en deus pep tra eveldomp, nemet an droug. Ni a raio pep tra eveltan, rak hen eo non skouer, ha p'eo gwir eo savet eus a varo da veo, ni ive, eus de, a zavo eus hon beziou, leun a c'hloar, ma vezomp bet sentuz ouz e c'hourc'hemennou, ha leun a vez, ma vezomp bet dizent. Sevel a refomp gant ar c'horfou hon devo bet war an douar. Doue a viro hon eskern, ha hini ebet aneze ne vezo torret. N'eo ket dleet d'imp eta kaout aon rak ar re a laz ar c'horf ha n'hallont ket mont pelloc'h; kemeromp aon, kentoc'h, rak ar re a laz an ene, hag a stlap an den war e benn en ifern. N'eo ket dleet d'imp kaout aon; Doue a viro hon eskern, ha n'eus forz pegen bruzunet e vefent bet epad hon bue ha war ar maro, ec'h ouveo adober aneze ken brao, ma ne vo ket anat, zoken, e voint bet torret; Doue a viro hon c'horf gant preder, ha kontet en deus, zoken, kement bleven a zo en hon fenn : «Capilli capitis vestri omnes numerati sunt» (3). Sevel a refomp; an Iliz hen embann, credo... carnis resurrectionem. Sevel a refomp : dleet eo. Eur spered hepken n'e ket eun den eo. An den n'eo den, nemet pa ve en e bez, e gorf unanet gant e ene. Ar c'horf en deus bet peurz en droug; ar c'horf en deus bet peurz er vad; dleet eo en defe peurz en poaniou hag en evurusted an ene. Sevel a refomp : an drompilh a zono, ha ni a vezo adneveaet. Doue a zigoro hon beziou; tennan a ray ac'hanomp eus an denvalijen; lakat a ray nervennou ha kig war hon eskern, gant kroc'hen war c'horre; digas a ray enne hon eneou, hag e vevfomp, hag e welfomp eo Doue Doue ar re veo ha nan Doue ar re varo, hag e c'hallfomp lavaret d'an ankou : «O ankou, pelec'h eman da c'halloud ? Pelec'h eman da vroud ?» An haden ne deu ket da vevan anez breinan en douar; hon c'horf ne deuio ket da gaout eur vue neve, anez tremen dre ar be. Mes er be eman ar vue, ha pa deuio heol ha gliz an Otrou Doue da baran ha da gouezan war ar be-ze, ar vue a zavo hag a vleunio ennan adarre. Sevel a refomp euz hon beziou, ha ma vezomp sent, hon c'horf ou glorius n'o devo poan ebet ken; skedusoc'h e vefont evit an heol; treuzi a refont ar c'horf ou kaletan. ha skanvoc'h e vefont evit ar bluen. Sevel a refomp, hep mar ebet. Lavaromp eta da Zoue : «Otrou, kresket ennomp ar fe er rezureksion, c'houi hag a ra burzudou en kenver relegou ho sent, ha grêt m'hon devo peurz er gloar peurbadus e kavomp ar promese anezi el ludu a enoromp. Evelse bezet grêt.» (1) Ar gouel-man a ve grêt bep hla en Iliz, d'ar zul war-lerc'h gouel an Holl Zent. (2) Setu ar pez a ra ar verzerien, a skuilh o gwad evit Jezuz-Krist, n'o deus anavezet, peurliesan, nemet dre zaoulagad o ene. (3) Lukas XII, 7. K E N T E L An devosion d'ar relegou santel Pobl Doue, en amzer goz, a anaveze an devosion d'ar relegou. Lenn a reomp er Skritur-Zakr (4) : «Eskern Jozef a zo bet miret gant preder en Ejipt; anat e oa dioute e ouie an amzer da zont, p'eo gwir int bet digaset d'ar Jude, evel m'en devoa lavaret.» An Iliz, a holl viskoaz, a zastumas gant donjans relegou he bugale, o c'houzout ervat int bet templou ar Spered-Santel hag e savfont adarre leun a vue. En eul lizer skrivet gant ar merzer Polykarp da gristenien Smyrn, e welomp eo «eskern ar zent skedusoc'h eget ar perlez ha glannoc'h eget an aour, hag eo red o dastum hag o c'hlozan en eul lec'h dereat.» «N'adoromp ket relegou ar verzerien, eme sant Jerom. mes o enori a reomp, evit adori, dre eno, Otrou ar verzerien. Enori reomp ar zervijerien, abalamour d'an enor da bignial dreist -e betek o mestr.» An devosion da relegou ar zent a zo herve ar skiant vat : An neb a gar unan bennak, eme sant Thomas, a gar kement a chom war e lerc'h goude ar maro; rak-se, e tleomp enori relegou ar zent a zo mignoned an Otrou Doue, hag hon difennourien dira kan.» An devosion-ze a zo unan eus ar re a blij ar muian da galon au Otrou Doue, ha mil ha mil gwech en deus hen diskouezet, kemend all a viraklou a zo bet c'hoarvezet hag a c'hoarvez bemde e-tal beziou ar zent. Enoromp eta ar relegou santel a zo war hon ôteriou, dreist-oll pa vezont douget en prosesion; enoromp relegou hon tud koz er vered; daoulinomp bep sul en harz o beziou; dalc'homp aneze kempenn; lakomp warneze skridou brezonek (5) ha kristen; lakomp, zoken, gened ha c'houez vat ar bleuniou d'o gwiskan. N'eo ket mat kuruni ar re varo : da Zoue eo ober an dra-ze; mes eun dra gaer eo gwelet fuilhan al lili hag ar roz endro d'o relegou. (4) Eccl. XLIX. 18. Ossa ipsius (Josephi) visitata sunt et post mortem propheta-verunt. (5) Piou a gredfe bezan en Breiz, pa lak en eur vered eus hon bro ?Daoust hag ar yez a zo bet da bedi Doue n'eo ket mat da lakatwar eur be ? Bezomp eta Bretoned en peb lec'h, zoken en hon berejou ! Navet devez a viz Du Dedi Iliz Hon Zalver An durzunel, ar gwennili O deus eun nez da c'houdori, Da c'houdori o evnigou, Gant aon na varvfent gant ar riou. Evelse, ar gristenien o deus ive, en pep parouz, eun ti hag a zo o zi, savet mac'h eo gant prof an holl, hiui ni paour kouls ha hini ar pinvidik; eun ti hag a zo ti o eneou a zigor dirake e zorojou dal ma teuont er bed; a zispak dirake bemde eun doubier hag a zoug ar pep gwellan a gaver en nenv ha war an douar; e kavont ennan ar yec'hed pa vezont klanv, hag ar vue pa vezonlt maro; a ouel war o c'horfou, pa vezont diskaret gant an ankou; a zastum o relegou, evel tensoriou presius, en skeud e vogeriou, hag a vir o hanoiou, gant evez, eus an eil kantved d'egile. An ti-ze eo an Iliz : ecclesia, al lec'h ma 'n em voder; ti Doue : domus Dei; telten Doue e-touez an dud : tabernaculum Dei cum hominibus; ti ar bobl; ennan Doue a vezo gant an dud hag a vezo o Doue : et ipse Deus cum eis erit eorum Deus; ti ar beden : domus orationis. Ennan eo e ped ar beleg evit pec'hejou ar bobl; ennan kement hini a c'houlenn an eve; kement hini a glask a gav; kement hini a sko a ve digoret d'ezan; ennan eman dor ar baradoz : porta cœli. Adalek ar penn kentan eus ar bed, zo bet savet ôteriou evit kinnig warneze sakrifisou d'an Otrou Doue, hag al lec'hiou ma vezent savet a veze sellet evel lec'hiou santel. Pa roas Doue da anaout d'ar Judevien penôs e c'hoantae bezan enoret, e c'hourc'hemennas d'eze konsakri an ôteriou ha sevel eun templ en e enor. An dedi anezan a oe grêt gant lid bras, en amzer ar roue Salomon. En amzeriou kentan an Iliz, ar gristenien a 'n em vode evit ober o relijion en ti unan aneze, en eur gampr hag a veze hanvet ar gambr-lid. Epad an tri c'hant vla kentan, ne oe savet iliz ebet, kouls lavaret, hag ar re a vije savet a vije binniget, gwir eo, mes ne veze ket grêt an dedi aneze, evel ma rêr breman, rak pa sonjed an nebeutan, e c'hallent bezan laeret gant ar baganed, devet ha diskaret. Mes pa bignas Konstantin war an trôn, er bla 312, e roas dioustu ôtre d'ar gristenien da zevel ilizou evel ma karent, en kement korn a oa en e rouantelez, hag e reas, zoken, sevel meur a hini e-unan. Eur palez an evoa en Rom : palez Latran. Rei a reas anezan d'ar pab Silvestr, hag en e gichen e reas sevel eun iliz kaer en enor d'Hon Zalver (1). An iliz-ze eo kentan hini a oe grêt an dedi anezi. Konsakret a oe gant sant Silvestr, hag ar pabed, a-c'houde, o deus he c'hemeret evit o iliz-veur. Aba1amour da ze, he deus ar renk uhelan e-touez holl ilizou ar bed, ha dougen a ra bepred war he zâl ar c'homzou-man : «Me eo mamm ha mestrez an holl ilizou a zo war an douar, ken en Rom, ken er-mêz eus a Rom.» (1) An iliz-ze a zoug breman an hano a iliz Sant-Yan-Latran. Savet eo bet a neve ha konsakret gant Beneat XIII, an 28 a viz ebrel 1726. Leon XIII an eus laket he c'hempenn a-zoare, er bla 1884. K E N T E L An doujans a dleer d'an ilizou An iliz a zo eul lec'h santel. Eun devez, Jezuz a bignas da Jeruzalem. Kaout a reas en Templ tud o werzan ejenned, denved ha koulmed evit ar zakrifisou, ha trokerien mone azezet ouz o zôliou. Goude bezan grêt eur skourje gant kerden, e kasas an holl er-mêz eus an Templ, an ejenned hag an denved ive, e stlapas mone au drokerien d'an douar, hag e tiskaras o zôliou. Ha d'ar varc'hadourien koulmed e lavaras : « Kaset an dra-ze ac'han, ha na ret ket eus ti ma Zad eun ti a gonvers.» An Templ a oa eul lec'h santel; ennan e oa Arc'h an Emgleo, Tôlennou al Lezenn ha Gwialen Aaron; mes petra eo an Templ koulskoude, en kichen hon ilizou ? Miret a vije ennan skeudennou Doue; en hon ilizou, er re baouran kouls hag er re binvidikan, e virer Doue e-unan war an ôter. Doue a lavaras gwechall da Voyzez tennan e votou, arôk tostât ouz ar voden entanet 'lec'h ma oa 'n em ziskouezet d'ezan. Ni, pac'h eomp en eun iliz, ma n'eo ket red d'imp diwiskan hon botou, diwiskomp, da vihanan, hon tokou; kemeromp dour binniget da netât hon ene, ha stouomp gant doujanz en harz Oter ar Zakramant, meulet ra vezo, en eur lavaret a greiz kalon peden ar publikan : « Otrou, ho ped true ouzin, rak eur pec'her on.» Ilizou an douar a dle sevel hon spered trezek iliz an nenv, an iliz-ze hag a zaver, a-dreuz ar c'hantvejou, gant milierou ha milierou mein beo hag a lufro da virviken, evel eur rouanez, en enor d'an Dreinded Santel. Pep-hini ac'hanomp a renk bezan eur men a yelo d'ober an iliz-ze, ha seul uheloc'h e vefomp laket enni ma vefomp bet kizellet kaeroc'h, war an douar-man, gant kizel ar boan. Dekvet devez a viz Du Sant André Avellino 1521-1608 Andre Avellino a deuas er bed en rouantelez Napl, er bla 1521. E dad hag e vamm, kristenien eus ar gwellan, a lakas abred doujanz Doue en e galon. Hed e yaouankiz tremenet er skoliou, an doujanz-ze a vrias ennan eur f'urnez dispar; kaer o devoe ar yaouankizou-all eus e oad êsat hen lakat da gouezan, dre dentasionou hudur, an trec'h a chomas gantan. Dre n'en devoa ken c'hoant nemet bezan beleg, ec'h eas da Napl da studian al lezennou, ha ne zaleas ket da vezan grêt doktor ha beleg. Desket hag helavar evel ma oa, e oe dibabet evit bezan advokad dirak lez-varniou an Iliz. Mes eun devez, e tigouezas gantan lavaret eur gaou dister. Raktal e teuas en e zonj komzou ar Skritur-Zakr : «Ar genou a lavar ar gaou a laz an ene», hag e roas e zilez. Neuze e oe galvet da ren eur gouent leanezed. An evez a gemere d'ober ervat e labour a lakas eun nebeut tud fallakr da gounnari outan. Klask a rejont en em zizober anezan, ha skoet a oe a dri dôl kontel. Ar zant ne gollas ket, evit se, peuc'h e ene; n'evoe ken c'hoant, goude, nemet da vezan c'hoaz tostoc'h da Zoue. Goulenn a reas bezan digemeret en Urz an Tadou Theatined; ôtreet oe d'ezan. Neuze e kemeras an hano a Andre, evit merkan gwelloc'h ar garante birvidik en devoa evit ar groaz. Neuze ive e komansas bale a gammejou bras war hent ar zantelez. Ober a reas le da chom heb ober gwech ebet e benn e-unan, ha d'ober ar pez a gavje d'ezan vije ar gwellan. Heuilh a rê an disteran eus reolennou e Urz, hag o vezan bet laket en penn e vanati, hag e labour, a roë da brezek ha da govez. Kalz eneou a a chome gantan, goude m'en dije peurc'hrêt e bedennou e roas d'e holl venec'h ober eveltan. Kement tamm amzer c'honezas da Zoue, dre al labour-ze, rak kalz tud eus kêr ha tro-war-dro a deue d'e gàt evit kaout sklerijen war stad o c'honsians ha war an hent da heuilh evit mont d'ar baradoz. Doue e-unan a ziskouezas dre eur burzud pegement e plije d'ezan labour e zervijer. Eun nozvez ma oa et Andre, dre eur barr-amzer spontus, da welet eur c'hlanvour, e varvas ar golo, pa oa o tizrei. Daoust da ze, nag hen na hini eus an dud a oa gantan ne oent na glebiet an disteran na troet diwar o hent. Korf ar zant a oa deut da vezan skedus hag a ziskoueze ar wenojen. E vue a oa ken santel ma ne oe den souezet gant eun hevelep burzud. Pell a oa, Andre a oa anavezet evel eun den hag an evoa sklerijen digant Doue war an treo kuzetan eus an eneou, eus an amzer dremenet hag eus an amzer da zont. Gant ar veleien, koulskoude, e oa e breder bras; rak i 'zo galvet da vezan sklerijen ar bed ha holen an douar. C'hoant en devoa da lakat aneze birvidik evit an Otrou Doue, evel an Ebestel. Urz an Dheatined a oa bet savet evit se gant sant Gaetan. Mont a reas eta da Vilan ha da Blaizanz, evit sevel tier eus e Urz. En Milan e kavas sant Charlez Borrome hag a oa er memes sonj gantan. Andre, koz dija ha d'ezan eleiz a skiant-prenan, a roas an aliou gwellan d'an arc'heskob santel. Eiz vla ha pevar-ugent en devoa ar zant. Evel eur zoudard kalonek, en devoa labouret ha stourmet mat evit e vestr. Deut oa ar mare evitan da gaout e gurunen. Goude bezan gwisket e zilhad-oferen ha diskennet ouz traou an ôter, ec'h ee da gomans an oferen. Kerkent ha lavaret gantan ar c'homzou kentan : « Introïbo ad altare Dei : Me yelo warzu ôter Doue », oe darbet d'ezan kouezan; kouezet a vije bet, skoet gant enn tol gwad en e benn, panevert oe harpet gant an hini a responte an oferen. Digaset d'ar sekreteri, e oe amzer c'hoaz da rei d'ezan e zakramanchou divezan. Ugent vla goude e varo (1628), Urban VI11 hen disklerias eürus, hag er bla 1712, ar pab Klemant VI hen lakas war roll ar zent. Ar Sisil he deus kemeret anezan evit unan eus he fatroned. Ar zant-man a ve pedet en Itali, evit kaout ar c'hras da vezan diwallet eus ar maro trumm. K E N T E L Bezomp war c'hed eus hon maro Ar maro a zo eun disparti poanius, abalamour m'eo an disparti etre ar c'horf hag an ene, daou dra grêt ken brao an eil diouz egile; poanius c'hoaz, abalamour ma c'hall c'hoarvezout pa zonjer an nebeutan; poanius, erfin, abalamour n'ouzer ket petra zo d'en em gaout goude. Eun disparti eo ha ne espern den : ar maro a ra e dro er c'hestel alaouret, hag al lochennou disteran ne chomont ket heb hen gwelet. Eun disparti eo ha pep tra a gomz d'imp anezan. Hon zi; dre ar maro eo e teuomp da vezan perc'hen d'an treo a zo ennan. Ar c'hleier hon galv bep sul d'ar beden a zono eun de glaz evidomp; ar vered; mouez ar be a lavar da bep-hini ac'hanomp : Hirie d'in-me, Varc'hoaz d'it-te Da vont kouls ha me, D'an eternite. An iliz; ar plasou hon deus enni, re-all a vezo enni hepdale, hag ar veleien a zo breman o prezek d'imp komzou Doue, re-all a gemero ive o c'harg; ne vezer ket keit-se evit adneveât pen-da-ben eur barouz. Ar maro a zo eun disparti hag hon skoo evel eul laer : n'ouzomp na pegoulz, na pelec'h. Nag a dud a varv en eun tôl ! Dleet eo eta d'imp hen gedal en pep lec'h, pa n'ouzomp ket pelec'h e tizo ac'hanomp; rak ma tigor ar maro mat dor an nënv, ar maro fall a zigor dor an ifern. Unnekvet devez a viz Du SANT MARTIN Eskob Tour (IVe kantved) Martin, eur pennher, mab d'eun ofiser, a oa er Pannoni, war-dro ar bla 316. Da seiz pe eiz vla, e teuas da chom da Bavi, da heul e dud. Da zek vla ec'h eas dre laer, d'an iliz, da rei e hano evit ar vadeziaut. Da bemp bla warn-ugent, e dad, eur pagan touet, a reas d'ezan mont d'an arme, en esper e teuje da drei kein d'e le gristen. Mes an deveriou a zoudard ne rejont ket da Vartin ankouât e zeveriou a relijion. Eun devez e kavas e-tal dor kêr Amiens, eur paourkez en noaz. Troc'han reas raktal an hanter eus e vantel da rei d'ezan. En noz war-lerc'h, e welas Hon Zalver en eun hunvre, gwisket gant an hanter-mantel en devoa roët en aluzen, hag e klevas anezan o lavaret d'an êle a oa war e dro : «Martin, petra bennak ma n'eo ket badezet c'hoaz, en deus roët d'in ar zaë-man.» Er bla 350, e oe badezet gant sant Paulin, eskob Trev. Prest goude, dre forz poanial, e c'hallas en em denn evit mat eus an arme, hag ec'h eas da Boatie, davet sant Hiler, da zeski gantan hent ar zantelez. Ac'hane ec'h eas d'jober eun dro d'ar gêr; gonid a reas e varnm da Jezuz-Krist; mes d'e dad n'hallas ober vad ebet. Dizro da Boatie, sant Hiler a hanvas anezan abad en Liguge (360). Dek vla goude, ar bobl hen tennas ac'hane hag a reas d'ezan pignal war gador-eskob Tour. Kentan mad a reas oe sevel eur manati en Marmoutier (1), eun hanter-leo diouz kêr. Souezus eo klevet hano eus ar burzudou a reas epad ma oa eskob. Beven e zaë, al lizeriou a skrive, ar plouz ma veze bet gourvezet warnan, an disteran tra a veze bet touchet outan a oa awalc'h evit parean ar re glanv, pellât an drouk-sperejou ha diarbenn an tan pe an dour. Diniver eo ar baganed a c'honezas da Jezuz-Krist. War-dro ar bla 400, o vezan et da Gand, unan eus parouziou pellan e eskopti, e kouezas eno gwall-glanv hag e tisklerias d'e ziskibien n'en devoa mui pell da vevan. Kerkent ar re-man a zirollas da ouelan, en eur lavaret : «O Tad, perak ec'h et evelse diganimp, hag etre daouarn piou e lezet ac'hanomp ?» Martin a oe poaniet o klevet o c'hlemmou hag a reas ar beden-man da Zoue : «Otrou, ma 'n eus ezom ma fobl ac'hanon, lôsket ac'hanon c'hoaz war an douar, rak ne glaskan ket tec'hel 'rôk al labour.» Epad e derzien, e ziskibien, o welet e chome bepred war e gein, a lavaras d'ezan en em lakat eur pennad bennak war e goste, e vije distànoc'h d'ezan. Martin a respontas d'eze : «Lezet ac'hanon da zellet ouz an nenv, kentoc'h eget ouz an douar, evit ma troïn ma spered warzu an hent emon o vont da gemer da vont da gât an Otrou.» Pa oa war e dremenvan, e welas an drouk-spered en e gichen hag e lavaras d'ezan : «Petra rez aze, loen milliget? Bez dinec'h, ne gavi ket abeg ennon !» O lavaret ar geriou-ze, e roas en peuc'h e ene da Zoue, hag an êle hen dougas d'ar baradoz, en kreiz an enoriou hag ar meuleudiou. K E N T E L Al labour Doue en deus labouret evit kroui ar bed hag ôzan pep tra ennan evit digemer an den; an den, d'e dro, a dle labourât, ha n'eman war an douar-man nemet evit an dra-ze. Jezuz-Krist a dremenas tregont vla kentan e vue o c'honid e vara diouz c'houezen e dâl. Kement a c'hened a oa war e zremm ha kement a spered a oa en e zaoulagad, ma teuas, marteze, meur a hini eus e genvroïz da gemer true outan, ouz e welet daoubleget bemde, evel ma veze, war e labour. Mes hen ne rê ket kalz a van evit klevet au dud, ha dre e skouer e lakas e ziskibien da garet al labour. An Iliz a labouras, ha stlepel a ra gant he bugale lezirek komz kalet an otrou sant Pôl : «An neb ne labour ket ne dle ket dibri.» Al labour a lak an den da beurober labour Doue. Doue en deus kuzet nerz en douar, nerz en dour, nerz en tan, nerz en êr. D'an den eo breman dizoloi an nerzou-ze dre e labour, hag o la-kat da dalvezout evit mad e gorf, e spered hag e ene. Al labour a lak an den da c'honid ar pardon eus e bec'hejou. Evit digoll an Otrou Doue eus an dismeganz grêt d'ezan dre ar pec'hed, eo red gouzanv eur boan bennak, kalz pe nebeut, er bed-man pe er bed-all. Al labourer n'en deus ket ezom da glask poan-all ebet, nemet an hini a gav oc'h ober e labour pemdeziek. Ma kar gouzanv evel m'eo dleet, da lavaret eo, heb en em glemm, poaniou e stad, e vezo gallet lavaret dioutan : «Eleiz a bec'hejou a zo pardonet d'ezan, dre m'en deus gouzanvet eleiz a boaniou.» Al labour a vir ouz an den da gouezan er pec'hed. An neb ne ra netra A zesk an droug d'an nebeuta. Ouz eun diaoul a ve o klask touelli an den a labour, e ve kant o klask rei lamm d'an den dibreder. Gant ar c'houezen a ya eus ar c'horf ec'h a ive ezen an techou fall. An den a zo ennan nerzou hag a renk bezan impliet en eun doare pe zoare. Ma ne vezont ket impliet evit ar vad, e vefont impliet evit an droug. Al labour, dre ma kemer an nerzou-ze evit eun dra ouest, a zalc'h an den war an hent mat. Ouspen al labour a skuiz an izili, a vrev ar c'horf hag a du an daouarn, eman labour an hini a boagn da rannan etre e vreudeur dibourve ar madou-spered en deus destumet; eman labour an hini a boagn da gaout dindan e bluen an doareou fresan ha braoan da zisplegan ar wirione; eman labour ar re a laka da ren e-touez an dud ar relijion, an urz vat hag ar peuc'h; eman labour ar re a dremen o bue o louzaoui korfou ha kalonou gouliet o nesan. An Iliz a gar al labour. C'hoant he deus e vefe muioc'h a justis war an douar, evit ma n'hallo ket ar paourkez labourer lavaret gant gwirione, en eur gomz eus ar pinvidik dibreder : «Perak kement da hennez ha kennebeut d'in-me ?» Al labour eo mammen an eürusted, ar furnez, an enor hag ar peuc'h. Labouromp hag e karfomp al labour. (1) Marmoutier. da lavaret eo, Mouster Martin. Daouzekvet devez a viz Du SANT MARTIN Pab ha merzer (649-653) Martin, ginidik eus a Dodi, en Toskan, a deuas da vezan brudet abred e-touez beleien Rom dre e ouiziegez hag e zantelez. Ne oa c'hoaz nemet avieler pa oe kaset evel kannad da Gonstantinopl. Da varo ar pab Theodor, er bla 649, e oe hanvet da bignal war Gador sant Per. An Iliz he devoa neuze da stourm ouz eun nebeut heretiked a c'hoantae rei da gredi ne oa en Jezuz-Krist nemet eur volonte. Konstant II, impalaer Konstantinopl, a oa a-du gante. Difennet an evoa, gwir eo, lavaret n'eus en Jezuz-Krist nemet eur volonte, mes er memes amzer e tifenne lavaret e oa diou, evel pa vije gallet kuz ar wirione, pa ve hano eus ar fe. Ar pab sant Martin a vodas, en eur c'honsil, pemp eskob ha kant en Rom, a gondaonas an heretiked hag an impalaer. Embann a reas e oa en Jezuz-Krist diou volonte, bolonte Doue ha bolonte an den, evel ma oa ennan diou natur. Eul lizer-meur a roas da anaout an neventiou-ze d'ar bed kristen. Konstant, pa glevas petra oa digouezet, ac'h eas kement a zrouk ennan, ma roas urz da gas raktal ar pab eus a Rom da Gonstantinopl; eno e oe grêt dismegans d'ezan en pep doare, ha stlejet dre ruiou kêr gant eur gorden en e c'houg. En eul lizer a skrivas er mare-ze, e lavar : « Seiz devez ha daou-ugent so, n'eus ket roët d'in eur banne dour, na tomm na yen, evit en em walc'hi; krenan ran gant ar riou ha ma nerz a ya diganin. Klanv on bet war ar mor, hag abaoue n'on ket yac'h. Brevet eo ma c'horf; bec'h am eus o chom 'n em zav. Rukun am eus ouz kement a ve kinniget d'in da zibri.» Goude bezan tremenet tri miz en prizon Konstantinopl, Martin a oe harluet er C'hersonez. Ar gernez a oa er vro-ze, p'en em gavas enni. «Komz a rêr eus a vara, a lavar ar pab santel en unan eus al lizeriou a gasas ac'hane da Rom, mes aman ne weler ket al liou anezan. Ne chomfomp ket beo, ma ne ve digaset d'imp hepdale eun draïg bennak eus an Itali pe eus ar Pont. Ne deu d'imp netra nemet ar pez a deu gant ar bagiou a ve aman o kerc'hat holen. Betek-hen, n'am eus gallet prenan nemet eur boellad gwiniz, ha c'hoaz eo koustet d'in pevar bez aour. Souezus eo pegement on ankouaet gant ar re o deus anavezet ac'hanon gwechall en Itali. Ma n'eo ket êz d'eze rei gwenneg ebet d'in, e c'hallfent, da vihanan, digas d'in ed, ioul ha treo-all hag a zo red evit bevan. Goulenn a ran digant Doue, dre zant Per, ma teurvezo ho tiwal diouz peb droug, hag ho miret start er gwir fe. Evit ar pez a zell ouz ma c'horf paour, Doue a ouezo teurel plê warnezan. An Otrou zo tost; n'eo ket mat d'in fallgaloni. Fizianz am euz e teuio, en e drugare, da lakat hepdale fin d'am bue.» Pedennou ar pab santel a oe selaouet; mervel e reas d'ar 16 a viz gwengolo 653. E relegou a oe digaset divezatoc'h d'an Itali, hag a 'n em gavas en Rom d'an 12 a viz du; abalamour da ze, e rêr e ouel bep bla da genver an de-ze. K E N T E L An Iliz ne fazi ket An Iliz he deus testeniou da ziskouez ne fazi ket. Da gentan, hi eo Jezuz-Krist war an douar. Savet eo gantan evit lavaret d'an dud ar pez o deus da gredi pe d'ober evit bezan salvet. Jezuz-Krist n'hall ket fazian, rak hen eo mammen ar wirione; nag an Iliz eta, kennebeut. D'an eil, an Iliz n'hall ket fazian, rak Jezuz-Krist en deus lavaret e vije ganti, bemde, betek fin ar bed : Et ecce vobiscum sum omnibus diebus, usque ad consummationem sœculi. D'an trede, an Iliz n'hall ket fazian, rak Jezuz en deus lavaret e vije ar Spered-Santel o kelen anezi : « Pedi a rin ma Zad hag e roo d'ec'h eur Frealzour-all da chom ganec'h bepred; hennez a gelenno ac'hanoc'h : « Ille vos docebit omnia.» - War betra ne fazi ket an Iliz ? War ar pez en deus lavaret Jezuz-Krist, quœcunmque dixero vobis, na muioc'h, na nebeutoc'h. An Iliz ne fazi ket war ar pez a zo red da gredi pe d'ober evit bezan salvet. - Piou, en Iliz, ne fazi ket ? An Ebestel hag an eskibien war o lerc'h, ecce vobiscnm sum, pa vezont holl a-unan. - Piou, en Iliz, ne fazi ket c'hoaz ? Per, rak Jezuz-Krist en deus lavaret d'ezan : « Te eo Per. da lavaret eo, men, ha war ar men-ze, me ziazezo ma Iliz, ha galloud an ifern n'hallo biken bezan trec'h d'ezi.» Ar pab a c'hall pec'hi; lavaret a ra bemde e Gonfiteor, ha goude e varo, e lavarer pedennou an anaon evit delivrans e ene; ar pab a c'hall pec'hi, rak eun den eo, mes ar pab n'hall ket fazian, rak er skol eman gant ar Spered-Santel. Ar wirione-ze, harpet war ar skiant vat, war ar Skritur-Zakr ha war gelennadurez an Tadou, a zo deut da vezan eun artikl a fe abaoue konsil-meur ar Vatikan, er bla 1870. En Iliz eman Kador ar Wirione. Trizekvet devez a viz Du Sant Stanislas Kostka 1550-1568 Stanislas, mab d'ar senatour Yan Kostka ha daVac'harit Kriska, a oa ganet en kastel Rostkou, er Pologn, an 28 a viz here 1550. War varlen e vamm e teskas karet an Otrou Doue. Da bevarzek vla, ec'h eas gant Pôl, e vreur henan, da skolach Tadou Kompagnunez Jezuz Vienn. Eno, bugale e oad, o welet pegen santel oa, o devoa doujanz evitan. Mes e vreur ne oa ket evit e c'houzanv. Pa lemas an impalaer Maximilian, digant Tadou ar Gompagnunez, an ti roët d'eze gant an impalaer Ferdinand, evit lojan o bugale, ha pa renkas ar skolaerien klask lojeiz en kêr, Pôl, evit ober c'hontrol ouz e vreur, a yeas gantan da chorn da di eur protestant. Mes ar brezel grêt d'ezan en ti-ze ne reas nemet lakat fe Stanislas da greski muioc'h-mui. Kommunian rê sul-gouel; yun a rê derc'hent an deiou ma tlee testât ouz an dôl zantel; n'ee d'ar skol, na mintin, na noz, hep tremen dre an iliz; bemde e kleve diou oferen; dougen a rê alïes eur gouriz reun; ne wele den ebet nemet pa veze ouz tol, ha pa digoueze gant unan bennak lavaret eur gomz treuz bennak, e tec'he raktal. Daou vla so e rene ar vue-ze, pa gouezas klanv. Goulenn a reas ma vije digaset d'ezan e zakramanchou, mes ar re a oa war e dro, hag e vreur zoken, o devoe ar grizder da chom hep e chilaou. An den yaouank a 'n em erbedas neuze ouz an itron santez Barba, hag an êle a deuas da rei d'ezan bara an nenv. Eur wech-all, ar Werc'hez gant he mabig Jezuz a deuas d'he gaout, hag a zisklerias d'ezan ne varvje ket c'hoaz : « Mes red eo d'ec'h, emezi, mont en Kompagnunez Jezuz.» Kerkent ha ma oa pare, ec'h eas da Rom war e droad. E vreur, pa welas e oa tec'het, a redas war e lerc'h, gant eur c'har ha daou a gezeg; mes en eun tol, ar c'hezeg a chomas hep gallout mont ken, evel pa vije notet o divesker. En doare-ze, Stanislas ne oe ket tapet hag a c'hallas derc'hel gant e hent. Eur wech en em gavet en Rom, e c'houlennas digant sant Fransez Borjia rei digemer d'ezan en Kompagnunez Jezuz. Bezan en devoe e c'houlen. Ar vertuziou a ra santelez eur gwir relijius a 'n em ziskouezas ennan neuze. Koulskoude, an hini a baras dreist ar re-all oe e garante evit Jezuz-Krist en sakramant an ôter; e zremm a veze entânet, kerkent ha ma lake e dreid en iliz, hag an daerou a rede eus e zaoulagad. Ne oa ket en Rom dek miz a oa, pa oe kavet dare awalc'h evit an nenv. En deiou kentan miz eost, e lavaras da veur a hini e tlee mervel arôk fin ar miz. Pevar devez goude, e lavare ive d'an Tad Emmanuel Sa : « Gouel Maria hanter-eost a dle bezan kaer er baradoz; fizianz am eus da vont d'hen gwelet.» Mes ken yaouank ha ken yac'h e oa, ma ne rê den van ouz e glevet. De ouel sant Lauranz, koulskoude, n'en em gave ket war e du. Kaset a oe d'ar c'hlanvdi. En eur digoueout en kichen e wele, e reas sin ar groaz warnan, o lavaret ne zavje ken ac'hane. Eun derzien vras a grogas ennan. Derc'hent gouel Maria hanter-eost, arôk lein, e lavaras e varvje en noz war-lerc'h. Goude kreiste, e kollas e anaoudegez hag e rede ar c'houezen dioutan. Pa deuas d'ezan e anaoudegez, e c'houlennas hag e oe roët d'ezan e zakramanchou. Erfin, goude bezan lavaret e wele ar Werc'hez, eleiz a êle endro d'ezi, e varvas en peuc'h, eun tammik bihan goude ter heur diouz ar mintin, da ze gouel Maria hanter-eost 1568. Triouec'h vla en devoa; ha dek miz so e oa en Rom. Beneat XIII a lakeas e hano war roll ar zent, an 31 a viz kerdu 1726. K E N T E L Ar maro tristan I. — Ar maro tristan n'eo ket ar maro abred. Kalet eo mont diwar an douar, pa zouger war ar penn kurunen ar yaouankiz, ha koulskoude, nag a bed hag a varv en bleun o yaouankiz, evel sant Stanislas Kostka, hag a dremen en eur vousc'hoarzin hag en eur lavaret : « Ma ! n'am bije ket kredet e vije bet ken brao mervel.» II. — Ar maro tristan n'eo ket ar maro trumm eo. (1) Ar maro-ze a skub an den en eun hunvre, hag an Iliz a lavar d'he bugale pedi Doue d'o diwall dioutan : a subitanea et improvisa morte, libéra nos, Domine. Mes an ene a ve bepred war evez, hag a oar en em viret diouz ar pec'hed, ne ra ket kalz forz penôs mervel. Andre Avellino a zo marvet en harz an ôter; Wenseslas a zo marvet a greiz pedi; Fransez a Zal a varvas skoet gant eun tol gwad; o zri int sent koulskoude : ar maro trumm n'eo ket ar maro tristan eo. III.— Ar maro tristan a c'haller bezan skoet gantan eo ar maro en stad a bec'hed marvel. Goude ar maro, n'haller kaout keun ebet ken d'ar pec'hejou; n'haller ket tostât ouz ar zakramanchou; n'haller ket dizrei war an hent mat; en tu ma kouezo ar wezen e chomo da virviken.... Ma ve eur pec'hed marvel, unan hepken war hoc'h ene, pac'h efet diwar dreujou ar bed-man, eman grêt ganec'h evit an holl eternite.... Penôs e c'hallet-hu bevan eun heur hepken en stad a bec'hed ? Penôs e kredet-hu, zoken, kouezan er pec'hed ? Hag ho pefe spered, kalon, yaouankiz, hag e vefe ar yec'hed o vleunian war ho tâl, ma n'eman ket gras Doue ennoc'h, ec'h oc'h maro. Seblant ho peus da gaout bue, mes n'ho peus nemet seblant : en gwirione ez oc'h maro. Tostaet eta alïes ouz Jezuz-Krist; bevet eus e gomzou, eus e gorf, eus e wad, eus e spered, eus e galon, eus e ene; ma ne vevet ket eus bue Jezuz-Krist, kaer ho pefe kaout seblant vat en ho tiavêz, oc'h maro en ho tiabarz. Pevarzekvet devez a viz Du Sant Josaphat Koncewitch Arc'heskob Polotsk ha Merzer (1580-1623) Josaphat Koncewitch a oa ganet er bla 1580, en Vladimir, er Pologn, a gerent nobl ha katolik. A-vihainik, epad ma oa e vamm o tisklerian d'ezan ar Basion, e oe gouliet e galon gant eur bir a deue eus koste skeuden Hon Zalver stag ouz ar groaz. Entanet gant karante Doue, en em droas kement gant ar beden ha gant an oberou mat ma oa skouer holl vugale e oad. Da ugent vla, e wiskas saë menec'h sant Bazil, ha souezus e oa gwelet pegen brao e ouie reizan e vue war genteliou Jezuz-Krist. Bale rê diarc'hen hanv-goanv; ne zebre ket a gig, ha n'eve ket a win, nemet pa veze gourc'hemennet d'ezan; betek e varo e kastizas e gorf gant eur saë reun; gant skoazel e vamm vat, ar Werc'hez Vari, e c'hallas miret gwerc'h, hed e vue, lilien e c'hlanded. Ken bras oa ar vrud eus e ouiziegez hag eus e zantelez ma oe laket, yaouank c'hoaz, en penn manati Byten ha goude en hini Vilna; ac'hane, da eiz vla ha tregont, e oe grêt d'ezan pignal war gador arc'heskob Polotsk. En amzer-ze, holl c'halloud an ifern a oa 'n em savet da ziframman he bugale digant Hon Mamm Zantel an Iliz. Evel eur pastor mat, Josaphat n'en devoa preder nemet gant silvidigez an denved a oa fiziet ennan. Embann a rê n'hall bezan nemet eun Iliz, hag eo Iliz Rom, ha hi hepken, gwir Iliz Jezuz-Krist; labourât a reas eus e holl nerz da drei an heretiked hag ar chismatiked warzu Kador sant Per. Ne baouezas ket eur pennad, dre e skridou, da zispenn ar geier savet eneb d'ar pab. Ober a reas gwellan m'hallas evit lakat da 'n em glevet Iliz ar zav-heol ha hini ar c'huz-heol. Kement a gristenien reuzeudik a digasas war an hent mat, ma oe lezhanvet gant an heretiked ha gant ar schismatiked «Duchohhrat», da lavaret eo, laer an eneou. Al lezhano-ze ne rê ket kalz a boan d'ezan, ha lavaret a rê : «Ma c'hellfen laerez hoc'h eneou d'ec'h holl, evit o c'hinnig d'an Otrou Doue, neuze e vefen laouen. » Tud fall, o welet ar gwir fe o c'honid kement hag a rê, ec'h eas droug enne eneb Josaphat. Eun de, pa oa oc'h ober tro e eskopti, e sailhjont war an ti oa diskennet ennan, en Vitepsk, hag en em lakjont da skei war gement hini a gavent. Neuze, an arc'heskob santel, ken sioul ha tra, a deuas d'o c'hât hag a lavaras : « Ma bugale, perak e skoet gant tud ma zi; ma ho peus droug ouzin, setu me aman. » Chom a rejont sebezet ! daou aneze a youc'has 'velkent : « Dao d'an hini a zo evit ar pab ! » Unan a zarc'haoas eun tol gantan war e dâl; egile a faoutas d'ezan e benn gant eun tol bouc'hal. Ar merzer a gouezas a-hed e gorf d'an douar, beuzet en e wad : nerz awalc'h en devoe, koulskoude, d'ober sin ar groaz, hag en eur lavaret ar geriou-man : « O ma Doue ! » e tremenas. Neuze ar vuntrerien a laeras kement tra a oa er palez, hag eur wech grêt o zro, e teujont da gaout ar c'horf; eur c'hi a vire oute da dostât outan; lazan rejont anezan, hag e wad a 'n em veskas gant hini e vestr. Stlejan rejont neuze korf an arc'heskob santel dre ar ruiou, 'n heli e zivesker, hag e stlepel a rejont en dour an Dwina. Pevar devez goude, pesketerien katolik o devoe an eurvat da gouezan war gorf ar merzer : c'houez vat al lili hag ar roz a deue dioutan. Pi IX, d'an 29 a vezeven 1867, a lakas hano Josaphat war roll ar zent. K E N T E L Merkou ar gwir Iliz Jezuz-Krist en deus savet e Iliz war daouzek abostol, ha kemeret en deus unan aneze da vezan penn ar re-all; rak-se 'ta, ar brotestanted, dre n'o deus ket kelennadurez an Ebestel n'emaent ket er gwir Iliz, hag ar schismatiked, dre ne fell ket d'eze bezan gouarnet gant ar pab, n'emaent ket er gwir Iliz. Es eo anaout gwir Iliz Jezuz-Krist diouz an ilizou fôz. Ar gwir Iliz a zo unan; he bugale, n'eus forz en pe amzer ha n'eus forz en pe vro e vevont, a zo unanet etreze, dre ar memes fe, dre ar memes gourc'hemennou, dre ar memes sakramanchou, dindan ar memes penn : ar pab. Ar gwir Iliz a zo santel : Jezuz-Krist, an hini en deus he savet, a zo santel; eleiz eus he bugale a zo santel; he fe, he gourc'hemennou hag he sakramanchou a zo santel, hag er-mêz anezi, n'eus ket ha n'hall ket bezan santelez gwirion ebet. Ar gwir Iliz a zo katolik : bet eo bet a holl-viskoaz. bezan vezo da virviken, hag anaveet eo en pep lec'h. Ar gwir Iliz a zo abostolik : diazezet eo war an Ebestel ha gouarnet eo gant ar re a zalc'h o flas. Ar re a zo en penn an ilizou protestant ha schismatik o deus spered marteze, galloud marteze, nerz marteze, pep tra a c'hallont kaout, nemet ar gwir da gelenn ha da c'houarn an dud en hano Doue; hennez n'o deus ket. An ilizou protestant ha schismatik, savet gant an dud, (1) a gouezo aneze o-unan en o foull; Iliz Rom, savet gant Jezuz-Krist, a chomo en he zav epad an holl amzeriou, ha bennoz ar pab a dalc'ho da vont eus an eil penn d'egile d'ar bed, keit ha mac'h ey ar bed endro. (1) An ilizou schismatik a oa ganet en Xet kantved; an ilizou protestant er XVIet. Pempzekvet devez a viz Du SANT MALO Eskob Aleth (***-621) Malo a oa ginidik eus a Vro-Geumri. Beleg hag abad oa da dregont vla, hag e teuas en Bro-Arvor war-dro hanter ar c’houec’hvet kantved, gant eun tregont diskib bennak. Douaran reas en eur gourenezen tost da gêr Aleth, en Breiz-Uhel, ha dioustu en em lakas da brezek Jezuz-Krist en Aleth, en Korseul ha war ar mêziou tro-war-dro. Dont a reas c’hoant d’ezan da vont da ganan oferen ar Zul-Fask, da Gorseul. Mes ar gloareged a oa gantan o devoa ankouaet ar gwin oferen hag ar c’halur. En keit ma oad o vont da gerc’hât an treo-ze en kêr, Konomor, ar roue eskummunuget, a deuas ive di gant ôtrone e lez, hag a gavas war e hent eun toulladik tud o vont en eur ouelan da zebelian eun den yaouank pinvidik. Ar roue a oe poaniet bras o welet pegen glac’haret e oant. Lavaret a rejod d’ezan, en eur ziskouez an iliz ’lec’h ma tlee Malo oferen-nan : — En iliz-ze zo eur beleg santel, e hano Malo, hag a ra treo souezus. Mac’h afec’h d’hen kaout, ôtrou, e c’hallje, goude bezan pedet e Zoue, lakat an den-man da zevel eus a varo da veo ! Konomor a yeas en iliz, hag o vezan grêt sin da bedi Doue, e lavaras : — Pelec’h eman an den ho peus komzet anezan ? — Setu hen aze, stouet d’an douar, o pedi e Zoue. — Lavaret d’ezan sevel ha dont d’am c’haout. Malo a deuas, mes ne zaludas ket ar roue, hag ar roue ne c’houlennas ket e vennoz. Kement hini a oa eno a c’houlennas neuze ouz ar zant rei ar vue d’an den yaouank : — An Otrou Doue hepken, eme heman, a c’hall ober an dra-ze. Koulskoude, o welet pegen bras oa o glac’har, e lavaras : — Digaset ar c’horf d’an iliz, ma vezo grêt warnezan pedennou ar re varo. Pa oe digaset ar c’horf-maro d’an iliz, Malo a reas d’an holl mont er-mêz, ha ne zalc’has en e gichen nemet e gloareged. Stoui a reas neuze d’an douar hag e pedas a greiz kalon. Pa zavas en e zav, an den maro a zavas ive eus e arched. E-touez ar bobl a oa bodet eno evit goueliou Pask, e oa kement a baganed hag a gristenien. Holl o devoa c’hoant da welet an oferen. Goude hirr gortoz, e oe kommanset ; mes war-lerc’h ar Gredo, e renkjod adarre pôz ; ne gaved ket en Korseul nag eur banne gwin nag eur c’halur. Ar baganed o devoa en em glevet evit ober c’hontrol ouz ar gristenien. Ar roue Konomor hag ar bobl a deue da skuizan o c’hortoz; ar zant a reas neuze eur c’halur gant eur men eus an ôter hag a droas an dour en gwin ; en doare-ze e c’hallas achui e oferen. Malo a zavas eleiz a vanatiou. Labourat douar a rê ive. Eun devez ma oa et d’e bark, e lemas e vantel hag e lakas anezi en pign ouz eur wezen dero. Eul laouenanig a deuas hag a dovas eun u enni. D’abarde, p’en devoe achuet e zevez, Malo a yeas da gerc’hat e vantel. Pa welas an u e chomas souezet hag e lavaras : « Doue holl-c’halloudek, c’houi eo ho peus laket al lapous bihan-ze d’ober e nez em mantel. Ma leman anezi digantan e kollo e u. » Ha kentoc’h evit ober an disteran poan d’al laouenanig, ec’h eas d’ar gêr, o lezel e vantel ouz ar skourr, ken e oe savet an evned bihan. Goude bezan tremenet daou-ugent vla o kelenn ar baganed, oc’h ober vad da gorf ha da ene an dud a oa war e dro, ar bobl a c’houlennas digant Judaël, roue an Domnone, sevel eun eskopti en Aleth ha lakat Malo da eskob. Ar manac’h santel a yeas da Dour hag eno e oe konsakret eskob ; eur wech dizro d’e eskopti, e labouras c’hoaz muioc’h da astenn endro d’ezan rouantelez Jezuz-Krist. Koulskoude e brezegennou ne blijent ket d’an holl, d’ar re fall, dreist-oll. Klask a rejont noazout outan. Eur manac’h koz, hag a oa diouz e du, a oe stlapet gante er mor ha beuzet. O welet kement-se, Malo a gwitaas ar vro, hag ’n em dennas en Luxeuil, elec’h ma oa neuze sant Kolomban. Pa gredas e oa torret d’e enebourien, e teuas endro, mes digemer fall a oe grêt d’ezan, hag hen ’kuit adarre. An Otrou Doue a skoas neuze bro Aleth, o tigas warnezi eur zec’hor vras. Daoulagad Alethiz a zigoras neuze ; mont a rejont da glask ar zant, ha dre forz pedi anezan, e c’halljont e lakat da zont gante d’e eskopti. Kerkent ha ma ’nem gavas er gêr, ar zec’hor vras a baouezas. Sant Malo a varvas en Aleth, war-dro an oad a gant vla, er bla 621. Aboue, ar gêr-ze a doug e hano. K E N T E L An anaoudegez vat a dleomp da vadoberourien hon eneou Eun dra hag a ver en gortoz anezan digant kement hini a zo bet astennet an dorn d’ezan war hent ar vue, eo an anaoudegez vat. Kemer hep rei A lak ar garante da drei. An anaoudegez vat a zo eun dra red ; ha koulskoude, nag a zianaoudegez a zo war an douar-man ! Nag a hed gwech bemde e welomp o tont da wir lavar ar re goz : Eur vad grêt Ankouaet. Nag a bed tad, nag a bed mamm o deus poaniet blaveziou ha blaveziou ; o deus dispignet gant o bugale o danve, o yec’hed hag ; o nerz, hag a ve gwelet, en o c’hozni, prest da vervel gant an naon. Hag ar pez a zo gwir pa gomzer eus ar vad grêt d’ar c’horfou, a zo ken gwir-all, siouaz, pa gomzer eus ar vad grêt d’an eneou. Abalamour d’eze, ar veleien o deus dilezet pep tra ; labourat a reont, hep paouez, da lakat ar vertuziou kaeran da zevel enne. Red eo eta, da vihanan, anaout ar vad a reont ha komz aneze gant doujanz. « Arabad eo d’ec’h, eme sant Pôl da gristenien e amzer, ankouât ar re ’ zo bet o ren ac’hanoc’h hag o deus prezeget d’ec’h komzou Doue. Mementote prœpositornm vestrorum qui vobis : locuti sunt verbum Dei. (1) » An holl a gomz eus ar beleg, hag ar re a anave anezan au nebeutan eo a drouk-komz anezan ar muian. Evit gouzout petra eo, n’et ket d’an tiegeziou dizoue, eno n’eus hano mat ebet ; n’et ket d’ar skoliou dizoue, eno n’eo nemet eur spontailh ; n’et ket d’ar skridou dizoue, eno ne rêr nemet e labean. En tiegeziou dizoue, er skoliou dizoue, er skridou dizoue, n’anavezer ar beleg nemet diouz an tu gin ; anaout eun dra diouz an tu-ze, n’eo ket hen anaout eo. Evit anaout ar beleg diouz an tu mat, darempredet anezan ha goulennet petra eo digant an hini en ’deus hen grêt, hag e lavaro d’ec’h eo «holen an douar, sal terræ ; ha sklerijen ar bed, et lux mundi. » Neuze e ouvefet ar wirione. (1) Ad. Heb. XIII, 7. C’houezekvet devez a viz Du SANT MELANI Eskob Roazon (***-530) Melani a oa ganet en Plaz, eskopti Gwened, er c’horn tostan da eskopti Roazon. Sevel a reas war e zouar eur manati bras a zervijas kalz da gristenan ar vro a zo etre Gwened, Roazon ha Naoned. Eun den koz eus Bro-Wened, o vezan kollet e vab, a lavaras d’e vignoned : « Douget korf ar pôtr-ze d’an den santel Melani : fizianz am eus e roio d’ezan ar vue, hen hag a brezek an Doue beo. » Ar c’horf a oe douget d’ar zant ; an tad a deuas d’e heul hag a lavare, an daerou en e zaoulagad : « O den mat, kredi ran ho peus galloud da rei ar vue d’am mab. » An dud a oa diredet da heul ar Gwenedour a harpe e beden. Sant Melani a zizroas warneze : « O Gwenediz, da betra ober miraklou dirakoc’h en hano Jezuz-Krist, pa n’eo ket mat d’ec’h kredi ennan ? » En amzer-ze c’hoaz, Gwenediz, kouls lavaret holl, a oa paganed. Ar bobl a respontas : « Ma lakes ar vue da zont er bugel-ze, neuze ni gredo holl en Doue a brezegez. » Melani a bedas, a reas sin ar groaz war galon ar c’hrouadur, hag ar c’hrouadur a vevas. Ar bobl, sebezet, a youc’has raktal : « Awalc’h eo ! Ni a gred holl en Doue Melani ! » Hag en gwirione, nebeut amzer goude, ar zant en devoe ar blijadur da vadezi, kouls lavaret, kement hini a oa bet test eus e virakl. War-dro ar bla 490, Melani a bignas war gador eskob Roazon. Den ebet. ne ouie gonid an dud eveltan. War e ali, Klovis a zavas eleiz a ilizou neve, a dresas ar re oa fall, a ziazezas kalz a vanatiou, hag a labouras hep paouez da grenvât ar relijion, War e ali c’hoaz, e vodas en Orléans, er bla 511, an daou ha tregont eskob a oa neuze en Frans, evit en em glevet eneb an Arianed hag evit embann gwir greden an Iliz. Sant Melani eo an eskob a skedas ar muian er c’honsil-ze. Hen eo a deuas a benn en Frans da lakat an Iliz hag ar Gouarnamant da rei dorn an eil d’egile, evit brasan mad ar vro. En amzer-ze e oa en Bro-Wened eun ôtrou bras, e hano Euzeb, den pinvidik ha digalon. Eun devez m’oa êt da Gomblesak, gant e arme, ec’h eas droug ennan, den ne oar perak, hag e reas tennan o daoulagad ha troc’han o daouarn da eleiz a dud eus ar gêriaden-ze. En noz war-lerc’h, e kouezas klanv bras hag e oa dare da vervel. Ar vedesined ne ouient netra diouz e glenved. Tri devez so ’ oa er stum-ze, pa gouezas klanv ive e verc’h Aspasia. Houman a ’n em ruilhe war an douar evel pa vije bet êt an drouk-spered enni. Komzet oe neuze da Euzeb eus a Velani, a deue c’hoaz, beb an amzer, d’ober eur bale da Blaz, daoust d’ezan da vezan eskob Roazon. Eus a Gomblesak da Blaz, ne oa nemet c’houec’h leo ; Euzeb a gasas eur c’hannad da gât an eskob d’e bedi da zont d’e welet, en hano ar garante. Melani a deuas, hag o vezan ’n em gavet gant ar c’hlanvour, e kovesaas anezan, e roas d’ezan eur binijen galet, e lakas d’ezan ter gwech eoul binniget, hag e pareas anezan, hen hag e verc’h. Euzeb, evit diskouez e anaoudegez vat, a roas d’e vadoberour parouz Komblesak a-bez. Melani a varvas en Plaz war-dro ar bla 530. E gorf a oe digaset da zebelian da Roazon. Pa oa o tremen mogeriou kêr, daouzek laer a oa eno, en eur prizon, o c’hortoz bezan laket d’ar maro, o klevet kan an dud o vont da heul ar c’horf, a ’n em westlas d’an eskob santel, o c’houlenn o delivranz. En eun tol, an tour ma oant ennan a faoutas eus traou betek krec’h, ha dre ar faoût, al laeron a c’hallas en em jachan er-mêz, hag a yeas war-lerc’h ar c’horf betek an iliz. Sant Melani a zo patron d’eur barouz eus Montroulez hag an eus chapeliou en Plelauff hag en Plufur. Pedet eo evit terri ar gwalinier a gasti. Hirie e rêr ive gouel sant Emilion. Evitan da vezan Breizad, ar zant-man zo nebeut anavezet en Breiz, nemet en Logivi-Plougras, elec’h ma ’n eus eun iliz eus ar c’haeran ; en Koataskorn, ’n eus ive eur chapel. Ganet en Gwened, en eur renk dister, e plijas da gomt ar vro-ze hag e oe kemeret gantan da vevel-bras. Tud gwarizius hen tamallas d’e vestr ; neuze e tilezas e garg hag e vro, hag ec’h eas da chom d’ar Saintonj, el lec’h a doug breman e hano hag a zo ken brudet dre e winiennou. Emilion a doullas ’barz ar roc’hel eun ermitaj hag a zo breman souezusan iliz a oufed da welet. Eno e varvas goude bezan bet Tad eun niver a menec’h diredet da vevan dindanan. Pedet eo en hon bro evit miret an eost diouz pep gwalen. K E N T E L An Iliz hag ar Gouarnamant a dle en em glevet Doue, evel mestr an eneou, en deus savet an Iliz ; evel mestr ar c’horfou, en deus savet ar Gouarnamant. An Iliz hag ar Gouarnamant a dle eta en em glevet. Doue hen goulenn. C’hoant en deus ec’h afe an holl dud d’hen gwelet d’ar baradoz, hag ar Gouarnamant a renk en em glevet gant an Iliz evit ma c’hoarvezo ar pez a fell da Zoue. N’eus netra dereatoc’h eget an emgleo-ze. An Iliz hag ar Gouarnamant a zo evel an ene hag ar c’horf. An ene a ro bue ha gened d’ar c’horf ; eus e du, ar c’horf a brest d’an ene ar skianchou en deus ezom evit anaout ar pez a dremen en diavez d’ezan, hag evit rei da anaout d’ar re-all ar pez a dremen en e ziabarz. Ar c’horf hag an ene n’eo ket laket ane an eil war egile zo bet grêt; teuzet int, kouls lavaret, an eil en egile, daoust ma talc’hont da vezan dishenvel, dre ar pez a gemeront ha dre ar pez a reont. An disparti etreze a vefe an dizurz, ar maro. Evelse e c’hoarve evit an Iliz hag ar Gouarnamant; red eo d’eze en em glevet. An Iliz a dle lakat ar Gouarnamant da beur-ober anezi, evel ma tle ar Gouarnamant lakat an Iliz da beur-ober anezan. Anez ze, e vezo koll diouz an daou goste, muioc’h, koulskoude, diouz koste ar Gouarnamant eget diouz hini an Iliz, rak an Iliz, muian ma lufr, eo en amzer ar brezel. Seitekvet devez a viz Du An den eürus Per-Mari-Loeiz Chanel Kentan merzer an Oseani (1803-1841) Pr-Mari-Loeiz Chanel a oa ganet en Guet, eskopti Belley, an 12 a viz gouere 1803. Mab oa da C'hlaoda ha da Vari-Anna Sibellas, daou gristen eus ar gwellan. Evamm, evel eleiz eus ar vugale savet en blaveziou an dispac'h, ne ouïe na lenn na skrivan, mes anaout ha heuilh mat a rê he relijion, ha lakat a rê doujanz Doue da ren en he zi. An dud a veze ganti o serviji oa arabad d'eze lavaret eur gomz treuz, ha chom hep mont d'an ofisou d'ar zul; ar re aneze ne blegent ket d'ezi war an daou boënt-se, n'o dije nemet mont elec'h-all. Perig ne ouie ket c'hoaz lavaret eur ger, ha dija oa desket d'ezan gant e vamm ober sin ar groaz; dre ma kreske en oad, e tesked d'ezan e bedennou hag e gredennou. Pa oe bras awalc'h, ec'h eas d'ar zul d'an iliz, gant e gerent; bemde e karje bezan gallet mont d'an oferen, mes re bell e oa diouz ar bourk; evit en em zigoll, e kemere plijadur o tesrevel er ger al lidou en dije gwelet ober en iliz. Henvel oa ouz eun êl, hag an holl e gare. Da seiz vla, e vicher pemdeziek oa mont da vesâ al loened : «Red e vije d'in neuze, e lavaro divezatoc'h, sevel abred. Ma mamm, devot ha mat evel ma oa, a c'houlenne diganin bepred, arôk mac'h een eus ar ger, ha lavaret am ije ma f'ater. Hag e poken d'ezi evel evit kaout he bennoz. Lakat a rê ouz ma brec'h eur baner vihan, a veze enni ma lein. Gourc'hemen a rê d'in bezan fur, hag ec'h en laouen en hent, gant ma c'hi bras, a zikoure ac'hanon da ziwall ma loened. Evit e zigoll eus e boan, pa deue heur ar pred, e kave e lod em faner. » Perig a zave ôteriou bihan hag a-wechou, zoken, e prezege da vugale e oad. Epad an hanv, e tigase gantan bemde eur vriad bokedou, da lakat en harz skeuden ar Werc'hez e taouline diraki, mintin ha noz, da lavaret e bedennou. Da unnek vla, person Kras, an ôtrou Trompier, a gavas anezan eun devez war an hent, hag o welet e zoare chentil ha speredek, en em ginnigas d'e gerent evit rei kenteliou d'ezan. Per-Mari a yeas neuze da chom da di an ôtrou Trompier, hag en em roas a galon d'ar studi. Evil, diskuizan diouz e labour pemdeziek, e lenne lizeriou Breuriez ar fe, hag an dra-ze a lakas da ziwan en e galon ar c'hoantda vont da visioner. Da bempzek vla, e teuas eun devez da fallgaloni war e levriou, ha hep levaret ger d'e vadoberour, e kemeras hent ar ger. Pa oa o vont er-mêz eus porz ar presbital, e kavas war e hent eur wreg vat hag a c'houlennas digantan : - Da belec'h out o vont, Perig ? - O vont kuit. Bet out o c'houlenn kuzul digant ar Werc'hez ? Ar pôtr yaouank a blegas e benn hep lavaret ger. - Kred ac'hano, Perig, kerz d'an iliz, da gentan, da bedi ar Werc'hez. Per-Mari a zentas. Prest goude e teue er-mêz, laouen evel ar Spered-Santel, hag o terc'hel e levriou war e benn e lavare : « Ma ! emezan, chom a rin. » Ha chom a reas. Da c'houezek vla, eus skol an ôtrou Trompier, Per-Mari Chanel a yeas da gloerdi bihan Meximieux; ac'hane, da gloerdi bras Brou, elec'h ma oe beleget, ar 15 a viz gouere 1827. Nao bla goude, e vriataas e vamm, ha hep lavaret d'ezi da belec'h e oa o vont, e kemeras hent an Oseani en Havr-neve, ar 24 a viz kerdu 1836. Dek miz ha seitek devez goude, e tiskenne en enezen Futuna, gant ar breur Mari-Nizier. Ar roue Niuluki a roas digemer d'eze. Kentan reas an Tad Chanel a oe gwestlan e enezen d'ar Werc'hez. Eur millier bennak a dud a c'halle bezan en Funtuna, ha rannet oant en diou rouantelez, dalc'h-mat en brezel an eil ouz eben. Eur vro eo hag e ve krenan douar enni alïes. Herve ar gouezidi, unan eus o doueou a zo kousket dindan an enezen, ha pa ve o trei hag o tizrei en e wele, e kren an douar gantan. Ouspen-ze, Futunaïz a grede e teu o doueou da vevan dindan furm tud a zo; hag ar roue Niuluki a oa eun Doue evite. Prezek Jezuz-Krist a oa eta, hep mar ebet, diskar e c'halloud. Da gentan, koulskoude, heman ne reas van ebet. Eleiz a oe gonezet da Jezuz-Krist hag en o fenn Meitala, mab henan ar roue. Niuluki neuze, o kredi e oa o vont da vezan didronet, e teuas aon d'ezan hag a gasas pevar den da lazan an Tad Chanel en e di. Terri rêjont e benn d'ezan a dôliou baz hag a dôliou bouc'hal, an 23 a viz ebrel 1841. Gwad ar verzerien eo had ar gristenienien : hirie Futuna a zo deut da vezan eur barouz kristen eus ar re wellan. K E N T E L Ter mammen an eürusted Doue eo an hini a sklerijenn pep den o tont er bed-man : Doue eo ive an hini a laouenna pep den, hag evit laouennât an dud, en deus laket ter vammen a eürusted da darzan en o zouez : ar gêr, ar beleg, al labour. I - Ar gêr ! na pebez c'houek ! Eno eman an tad; eno eman ar vamm; eno eman ar re hon c'haras; eno eman ar re a garomp. Eürusted eur c'hrouadur a dle bezan er gêr. Ar gwennilied a lavarer a ya d'an diskar-amzer d'ar broiou tomm, ha pa zizroont er vro-man, ec'h eont adarre d'o c'hêr goz. Tud yaouank hag a renk tec'hel diouz ho pro, karet ive dizrei alïes d'ho kêr goz. Karet ho kerent. Nag a dreo o deus dioueret ha n'ouzoc'h ket, evit n'ho pije diouer eus a netra ! Nag a boan o deus gouzanvet evit m'ho pije nebeutoc'h ! Oh ! ma staget ho kalon en eun tu bennak, staget-hi ouz an oaled en em vod endro d'ezi bemde, diouz an noz, ar re holl a garet, evit diskuizan, kontan, lenn ha pedi. II - Ma chom ho kalon en eun tu beunak, oh ! ra chomo en ti ar veleien santel-ze, a gar ac'hanoc'h, a glask ho mad, a ve ken maouen o rei digemer d'ec'h bep gwech mac'h et davete, a gemer peurz en hoc'h anken hag en ho lenevez ! Ar beleg eo Doue war au douar. evidoc'h e chom noz-de er barouz. Pa vezo strafuilh en ho kalon ha tenvalijen eu ho spered, et davetan. Da gaout piou ec'h efet ken ? Gant ar beleg eman ar c'homzou a gas an den d'ar vue a bado da viken ! III - Trede mammen eürusted an den war an douar-man eo al labour. Karet labour ar c'horf. El labour eman ar yec'hed hag ar furnez. Den n'eo dispanset diouz al labour. Karet labour ar c'horf. Arabad, koulskoude, e teufe betek ober ac'hanoc'h eul loen-labour hepken. Karet ive labour ar spered. Deskadurez ho peus ezom war ho relijion. Penôs he c'harfet ma n'he anavezet ket ? Piou a garas biskoaz eun dra heb e anaout ? Deskadurez ho peus ezom var ho pro ha war an dud galloudek o deus, goude Doue, poaniet da ôzan anezi ken kaer, evidoc'h hag evit ho pugale. Deskadurez ho peus ezom war ho micher. Loden ar c'horf, en eur vicher, a zesker buhan awalc'h; mes loden ar spered n'eo ket an holl he goar, ha koulskoude eo an hini he deus ar muian talvoudegez. Ar gêr, ar beleg, al labour a rê war an douar-man plijadur ho tud koz a zo breman er baradoz : ha c'houi, ma fell d'ec'h, en em gaout el lec'h m'emaent, a renk bale war o roudon. Triouec'hvet devez a viz Du SANT VODEZ Abad (VIet kantved) Modez, ginidik eus Iverzon, a oa, war a lavarer, mab d'eur roue bihan eus ar vro-ze. Adalek an oad a seiz vla e oe laket en eur manati hag eno e teskas, e skeud skianchou ar bed, skiant an Otrou Doue. Goude bezan tremenet 'mesk ar venec'h e yaouankiz a-bez, e oe grêt beleg da bemp bla warn-ugent; prestik goude e oe laket da benn-rener war an holl venec'h. E genvroïz, wrar a lavarer, a fellas d'eze kemer anezan da roue; mes Doue a roas d'anaout d'an holl, dre eur mirakl, ne oa ket grêt sant Vodez da chom 'barz ar bed; en eun noz, ar c'hlenved a zistummas e dremm ken euzus, ma souze an holl diwarnan. Kerkent hag ankouaet o zonj gant an dud, Doue hen lakas adarre ken yac'h ha biskoaz. Ar vosen o vezan kroget 'barz ar vro a gasas ganti e dad hag e vamm, e vreudeur hag e c'hoarezed; hen e-unan oe red d'ezan mont kuit; kemer a reas eur vag vihan, ha renet gant dorn Doue, e touaras en Breiz-Izel, gant daou eus e vignoned, sant Tudi ha sant Botmaël. Prezek a reas enni Jezuz-Krist en eun doare helavar meurbed. Poblou diniver a zirede d'e selaou. Goude bezan bet er Goz-Yaudet o welet sant Tual, hag en Landreger, o welet sant Ruelin, ec'h eas da chom war lez ar mor, er c'horn pellan eus a barouz Pleuvian, etre ar Jaudi hag an Treo, el lec'h a hanver breman Lanvodez. Ar vrud eus e zantelez a reas d'eleiz a dud dont d'e gaout. Parean reas tud notet o izili, tud dall, tud bouzar, tud êt an drouk-spered enne. Gant yec'hed ar c'horf, e roë d'eze ive yec'hed an ene. Evit pellât diouz trouz kasaüs ar bed, a vire outan d'en em rei d'an Otrou Doue evel m'en devoa c'hoant, en em dennas en eun enezen goue, eul leo bennak diouz an douar bras. Den ebet n'en devoa gallet c'hoaz chom en enezen-ze, kement a amprevaned lous a oa ebarz. Modez a reas ar rins warneze, hag a zavas eun tammik ti-bidi gant eur peniti en kichen. Kaer en devoa bet tec'hel pell diouz an dud, c'houez vat e zantelez a reas d'ar bobl kaout e roudou, ha meur a hini a yeas da vevan dindanan, da zeski gantan hent ar baradoz. Sevel a rejont o fenitiou tro-war-dro d'e hini, disparti an eil diouz egile. En kichen, e savjont ive eun iliz, ha pa oe peurachu, an abad santel a bedas holl eskibien Breiz da zont d'ober gouel he dedi. Tra souezus, peniti sant Vodez, daoust d'an amzer fail ha d'ar c'hantvejou niverus a zo tremenet warnan, a zo c'hoaz en e zav; grêt eo en men, mogeriou, toen hag all. Hanvet eo dre ar vro Forn-Vodez, abalamour m'eo savet evel eur forn. C'houec'h metr uhelder a c'hell kaout, ha daouzek pazen a zo da bignal ebarz. Eno e tremenas Modez ar rest eus e vue, o 'n ern zantelât e-unan, hag o santelât muian m'helle, kement hini a deue d'hen darempredi. O vezan kouezet klanv, e c'hourc'hemennas start d'e venec'h derc'hel da garet mat an Otrou Doue, ha goude bezan bet e zakramanchou, e tremenas en peuc'h, e zaou-lagad o paran war groaz Hon Zalver. Sebeliet a oe e gorf en iliz an enezen. Doue an eus embannet e c'hloar dre galz a viraklou. Tri-ugent iliz pe chapel a zo bet savet en Breiz-lzel en enor da zant Vodez; goude sant Erwan, n'eus ket eur zant hag a vefe pedet muioc'h gant Breiz-Izeliz. K E N T E L C'houi eo sklerijen ar bed Ar veleien, eme Hon Zalver Jezuz-Krjst, eo sklerijen ar bed; arôk ma oant deut, pesort sklerijen a oa e-touez an dud ? Gouzout a rêr bevan marteze; mes n'ouzer ket mervel, ha mac'h afe ar veleien eus ar vro-man, e parfe warnezi adarre eun denvalijen kalz euzusoc'h eget an hini a gavas sant Vodez, hag hon zent koz all, pa deujont aman da embann ar fe. Ar veleien eo sklerijen ar bed; i eo o deus tôlet a bep tu d'eze, ar sklerijen a renk an den kaout evit bale, hep fazian. eus an eil penn d'egile d'ar vue, ha ma ne vijent ket bet aze ouz hon ren, eus ar c'havel d'ar be, penôs hon dije gallet gouzout an doare d'en em denn. Ar veleien eo sklerijen ar bed; en o c'homzou eman ar golo a lak da baran, er pellder, ôchou dudius ar baradoz. Gante eman ive an alc'houez a zigor an nor war skianchou ar vue-man. Pa deuas Jezuz-Krist war an douar, e oa tud desket war dreo ar bed man, meur a hini; mes ma oant desket, e virent evite o deskadurez. Kaout a rênt ar bobl re azen, da goll amzer d'e gelenn. N'eo ket evelse o deus grêt ar veleien : mar o deus pouezet dreist pep tra, war ar skianchou sakr a zigor prenestr war ar bed-hall, n'o deus ket grêt a fae war skianchou ar bed-man, rak an holl skianchou a gas da da Zoue, pac'h êr betek penn gante. Rannet o deus etre ar bobl ar pez a ouient. Pa darz sklerijen goulou-deiz, 'C'hoarz kalon mab den en e greiz. El lec'h m'eman ive ar veleien, eo laouen bevan ha mervel. Naontekvet devez a viz Du SANTEZ ELISABETH Intanvez (1207-1231) Elisabeth, gloar Trede-Urz sant Fransez, a deuas er bed er bla 1207. Merc'h oa da André, roue ar Hongri, ha da Jertrud Merani. Adalek he bugaleach e teuas da zoujan an Otrou Doue, ha dre ma kreske he oad, e kreske he furnez. Da bevar bla, e oe prometet da Loeiz, mab Herman, duk Thurenj, ha kaset a oe raktal da di he zud kaer. Nao bla goude, e oe grêt o eured gant lid bras, en kastel Warzbourg. En em garet a rejont herve Doue, hag an Ele mat, a chome en o c'hichen. Loeiz a oa maro e dad pevar bla oa. Setu ma 'n em gave, daoust d'e yaouankiz, en penn unan eus dukachou kaeran an Alamagn. Bezan e oe, en gwirione, eur prins kristen. Karet a rê ar justis; kastizan 'rê ar re a zizente ouz lezennou ar vro; pellat a reas diouz e lez ha terri reas eus o c'hargou ar re a waske ar bobl, hag a oa kalet ouz ar beorien. Rei a rênt an dorn, an eil d'egile, evit kerzet primoc'h war hent ar zantelez. Daoust pegement e kare Elisabeth he fried, n'ankouae ket oa hen ar penn, evel m'eo Jezuz-Krist penn an Iliz, ha senti a rê outan. Dindan he dilhad kaer, e touge bepred eur gouriz reun; bep gwener ha bemde epad ar c'hoaraïz, e lake he skourjezan; bepred e veze laouen, ha lavaret a rê eus ar re a gemer eur penn tenval p'en em lakont da bedi : « C'hoant o deus da spontan an Otrou Doue, sur awalc'h; perak 'ta ne roont ket d'ezan, a galon vat, ar pez a c'hallont ? » Karet a rê ar beorien, hag he-unan e neze gloan d'ober dilhad d'eze. Tudigou paour diwar ar mêz a deuas eun devez d'en em glemm d'ezi, dre ma oa bet laeret o loened d'eze gant servijerien an duk. Pignal a reas dioustu da di he fried, hag e lakas restôl ar pez a oa bet laeret, ha goude e lavare : « An dud kez eo bet rentet d'eze o loened, mes piou a rento d'eze o daerou ? » Eun devez ma oa o tiskenn eus he c'hastel, o vont da gas d'ar beorien, en he mantel, bara, kig ha treo-all evelse, en em gavas gant he fried. Hernan a c'houlennas outi : « Petra zo ganec'h aze ? » Digeri reas he mantel : eur vriad roz ru ha roz gwenn, ne oa ken ebarz. Ha koulskoude e oa neuze en kreiz ar goanv. An dud lor a gare, dreist an holl dud reuzeudik-all. O vezan kavet unan gant ar c'hlenved-ze, hag e save ar galon outan, e kemeras anezan en he c'hastel, e troc'has e vleo hag e louzaouas e benn, gant kement a garante ha ma vije bet mab d'ezi. Eur wech, an duk a oa bet oc'h ober eun tarnmig tro : pa deuas d'ar gêr, tud e lez a lavaras d'ezan : - An dukez aze a gaso ac'hanoc'h da baour. - Petra, eme ar prins, gwerzet he deus douarou an dukach ? - Oh ! nan ! emeze. - Mat ! neuze lezet anezi d'ober he fenn. Hle aluzennou a denno bennoz Doue warnomp. D'an II a viz gwengolo 1227, an duk Loeiz a varvas en Otrant, en eur vont d'ar brezel d'an Douar-Santel. War e dremenvan, e kargas ar re a oa war e dro da gas e gomzou hag e gimiadou divezan d'an dukez vat, e bried. Dal ma tigouezas en Turenj ar c'helou eus ar maro-ze, Elisabeth a oe stlapet er-mêz eus he c'hastel gant he breur-kaer. Hi, merc'h eur roue ha pried eun duk, a oe gwelet neuze o tiskenn da Eisenach, eur c'hrouadur daou viz, ar yaouankan eus he bugale, ganti war he brec'h, hag an tri-all o tont war-lerc'h, gwellan m'hallent, krog an eil en egile. Skuilhet he devoa he madoberou dre ar vro a-bez; den ebet koulskoude, gant aon rak he breur-kaer, ne gredas rei digemer d'ezi en e di, hag e renkas tremen an noz en eul lochen digor da beb avel. ...Koulskoude ôtrone vras an dukach, pa deujont da c'houzout petra oa c'hoarvezet, a 'n em glevas, hag ar brinsez a c'hallas dizrei d'he c'hastel. Prest goude, e lakas he hano en Trede-Urz sant Fransez. Er beden hepken hag en oberou a drugare e kavas nerz da c'houzanv poaniou he bue. Mervel a reas d'an 19 a viz du 1231, er pevare bla warn-ugent eus he oad. Pevar bla goude, he be a oa ken brudet gant ar miraklou a c'hoarveze en e gichen, ma oe laket he hano war roll ar zent, gant ar pab Gregor IX. K E N T E L An eil gant egile I. — Priejou, bezet an eil gant egile; en em garet etrezoc'h. Bezan an eil gant egile, na pebez komz dudius ! An dra-ze 'zo, mar keret, bevan er memes ti, mes an dra-ze a zo, dreisl-oll, kaout doareou henvel; an dra-ze a zo, dreist-oll, daoui-hanteri kement a c'hoarve; daou-hanteri ar boan; daou-hanteri ar blijadur : lakat daou ene d'ober unan, en doare ma n'hallo netra o dispartian ken. II. — "Bezet an eil gant egile, daoust da bep tra. Pep-hini en deus e si, Darn o deus daou ha tri. Ma fell d'ec'h e vefe gouzanvet ho siou, gouzanvet, da gentan, re ar re-all. Eur pagan koz a lavare gwechall : « Eur pried a dle gouzanv pe lemel siou e bried. Ma lem aneze, e wella e bried; ma c'houzanv aneze, e wella e-unan. » III. — Porched an ifern eo an ti n'eus emgleo ebet ennan : Gwelloc'h eo peuc'h ha dour stivel Eget marlarje gant brezel. Tud a zo hag eo dies en em ober gante, dies o c'haret. Gouzanvomp aneze, koulskoude; en em reomp gante; karomp aneze, nan abalamour d'eze, mes abalamour da Zoue a c'hoûrc'hemenn d'imp karet, n'eo ket hepken hon enebourien, mes e enebourien e-unan. IV. — Bezet an eil gant egile, priejou, ha savet ho pugale en doujanz Doue. Ho pugale a vezo ar pez ma vefont bet grêt ganec'h. Danve eun diaoul ha danve eur zant a zo en pep-hini aneze. Grêt aneze tud a yec'hed, tud a spered, tud a galon, tud a benn. ha dreist-oll tud a relijion, rak eno eman an dalc'h. Ugentvet devez a viz Du Sant Felix a Valoa 1127-1212 Felix a oa ganet, an 9 a viz ebrel 1127, en kêr Sanl Kentin, evit brasan gloar Doue hag evit silvidigez eleiz a dud. Daoust d'an danve bras en devoa, e kuitaas ar ar bed hag en em dennas en eur c'hoat eus eskopti Meaux. Eno, pell diouz an drouz, ne gemere preder gant netra nemet gant treo an nenv. Ar vrud eus e vertuziou a reas d'eur beleg santel ha d'eun doktor bras, ginidik eus ar Provans, e hano Yan Matha, dont da vevan gantan. En amzer-ze, eleiz a gristenien a goueze sklavourien etre daouarn ar Vorianed. Eun niver bras aneze a varve en kreiz ar poaniou skrijusan; gwerzet a vezent er marc'had evel loened; laket e vezent hanter-noaz da labourât epad an de, dindan heol bero an Afrik, ha pa ne felle ket d'eze nac'h Jezuz-Krist, e vezent krouget, devet en beo, staget en pign a-bouez o diskoa pe a-bouez o zreid, ha lezet da vervel er stumm-ze. Felix ha Yan a 'n em glevas evit sevel eun Urz neve : a vije e labour dasprenan an dud kez-ze. Mont a rejont o-daou da Rom (1198). Ar pab Innosant III a oa en gortoz aneze. En eun hunvre an evoa bet, an evoa gwelet eun êl ha daou sklavour en e gichen, unan a bep tu d'ezan. Digemer a reas eta an daou veajour evel daou gannad eus ar nenv ha rei a reas ôtre d'eze da zevel Urz an Dreinded evit dasprenan ar sklavourien. Lakat a reas d'eze, e-unan, ar gwiskamant liou an Dreinded, gwenn, ru ha glas, an evoa gwelet gantan êl, ha goude bezan o binniget a greiz kalon, e kasas aneze, en han' Doue, da gommans o labour. Dizro d'ar Frans, Félix ha Yan a vevas asambles eur pennad. Eur wech ma oa savet manati Cerfroid, yan a yeas da Rom, da zevel eun all henvel outan, hag a lezas e vignon e-unan en penn menec'h Frans. Félix a deuas da gaout eun niver bras a ziskibien. Ren a rênt eur vue ken santel ma kemere plijadur ar Werc'hez hag êle an nenv o tont da chom en o c'hompagnunez. Da noz ginivelez an Itron-Varia, ar c'hloc'her an evoa ankouaet son ofis an hanter-noz. Sant Félix a ziskennas koulskoude d'an iliz, hag a gavas anezi sklerijennet kaeroc'h eget da noz Nedeleg. Chom a reas sebezet. Souezetoc'h e oe c'hoaz pa welas ar skenvier leun a êle, gwisket gante dilhad an Urz, hag ar Werc'hez Vari en o fenn. Kerkent ha ma oe en em laket en e blas, Mamm Doue a antonas an ofis, hag ar sperejou eürus a ganas war he lerc'h ken brao, ma oa eun dudi o c'hlevet. Hep gouzout mat awalc'h pe oa war an douar pe en nenv, Félix a unanas e vouez gant o re. En memor eus ar burzud-ze, rnenec'h an Dreinded o deus gwir da ganan oferen hanter-noz da ze ginivelez ar Werc'hez. Sant Felix ne oe ket awalc'h d'ezan urzan 'vel zo dleet manati Gerfroid; sevel reas ouspen, dre ar vro, eleiz a vanatiou-all eus e Urz. E venec'h, adalek an XIIIet kantved betek an XIXet, o deus diframmet daou-ugent mil den eus adre daouarn ar Vorianed; lakomp eo bet koustet 2000 skoed, well-waz, delivran pep sklavour, ha komprenomp pegement a boan o deus bet bugale sant Felix o tastum, a zor da zor, kement gwenneg o deus bet ezom evit ober an holl vad o deus grêt. Felix a varvas en Gerfroid, ar 4 a viz du 1212, oajet a bemp bla ha pevar-ugent. K E N T E L An droug a ra ar pec'hed da gorf an den N'eus netra ken gwaz ha kouezan dindan galloud an drouk-spered, dre ar pec'hed. Pec'hed hon tud kentan eo a zigasas ar maro war an douar; da bep pec'hed a reomp hon un an, e lakomp ar maro da dostât primoc'h ouzimp. Pep klenved ne deu ket dre ar pec'hed, mes pep pec'hed a zigor hent d'ar c'hlenved : "Doue, eme ar Skritur-Zakr, a gastiz ar pec'her o lakat anezan da gouezan etre daouarn ar medisin." Ar pec'hed a deu da c'henel en goueled an ene, elec'h ma teu ar ouiziegez hag ar volonte d'en em skoulman an eil aux eben. Pec'hejou a zo hag a ve peurc'hrêt eno, evel ar pec'hejou a ourgouilh; re-all hag a ve peurc'hrêt er galon, evel ar pec'hejou a vuhanegez; re-all hag a ve peurc'hrêt er c'horf, evel an hudurnez, ar vezventi hag al lontregez. Ar pec'hejou peurc'hrêt er c'horf a ra droug d'an den; kement-et a zo anat d'an holl. Muioc'h a dud a ve beuzet er gwer Eget er stêr. Dibri pe evan re, ha dibri treo re vat, a ra d'ar maro lammat war hon seuliou pell arôk m'oa dleet. Ha piou a lavaro biken, mat awalc'h, pegement a zroug a ra an hudurnez da yec'hed ar c'horf ? An den hudur a zispenn tamm ha tamm e c'hened e yaouankiz hag e amzer da zont. An hudurnez ne ve ket pell evit dont a benn eus ar gwad yac'han hag eus ar c'horfou kaeran pa c'hall kregi enne. Ar pec'hejou a ve peurc'hrêt er galon, pe er spered, n'emaent kel, zoken, heb ober droug d'hon c'horf; rak an diou loden a zo oc'h ober ac'hanomp a zo unanet ken brao an eil gant eben, ma n'hall ket hon c'horf bezan war e yec'hed mar deo klanv hon ene. Malegna, eun den dornet mat, a ziskouez d'imp, en unan eus e dôlennou kaeran, ar Furnez o tennan he birou war an Hudurnez ar Vezventi, ar Vuhanegcz, an Diegi, al Laëronsi, an Diouiziegez hag an Dianaoudegez. An darn vrasan eus an techou-ze a zo grêt pennou tud euzus d'eze; spered ebet ne bar war o zal; o jodou a gouez; o daoulagat dislontet a zo hanter-varo; o muzellou a zo teo ha lôsk; o c'horfou sôtret n'int nemet korfou anevaled o ruilhal er fank. Na pebez skeuden wirion eus an droug a ra ar pec'hed d'an den : Drezan, an den n'eo mui den : Eul loen daou-droadek n'an eo ken ! Kentan devez warn-ugent a viz Du SANT KOLOMBAN Abad Luxeuil (543-615) Colomban a oa ganet en Iverzon, er bla ma varvas sant Beneat, hag en em dennas, adalek e yaouankiz, en manati brudet Bangor. Da dregont vla, e treuzas Breiz-Veur hag e teuas da Vro-C'hall, daouzek manac'h ouz e heul. Diazezan reas tri manati, an eil dioustu war-lec'h egile, Annegray (584), Luxeuil (585) hag ar Feunteuniou (586). Evel ma heuilhe giz e vro, evit ar pez a zelle ouz ar gwiskarnant hag an de da lidan Gouel Fask, e savas a-wechou tammou trouz etrezan hag eskibien Bro-C'hall. Muioc'h en devoe c'hoaz da c'houzanv abeurz ar rouanez Brunehaud. Houman, evit bezan mestrez en he rouantelez betek he maro, he devoa miret ouz he mab bihan Thierry da zimezi, hag a roë tu d'ezan, en doare-ze, da ren eur vue a skouer fall. Bugale en devoe, ha Brunehaud he devoa c'hoant da welet abad Luxeuil o rei d'eze e vennoz. Kolomban n'asantas ket hag a lavaras : « N'hallont ket dougen ar gurunen, rak ganet int diwar an dizurz.» Eur pennad goude, Brunehaud a yeas da Luxeuil, hag a oa en gortoz da gât eun digemer kaer, mes evel ma oa eul lezen hag a zifenne ouz ar merc'hed mont er manati, an abad santel ne fellas ket d'ezan terri anezi evit ober plijadur d'ar rouanez. Adalek neuze, houman a reas gwasan m'hallas d'ar zant. Lakat a reas e gas da Naoned, gant e genvroïz, da gemer al lestr evit dizrei d'e vro; mes ne oa ket distag mat diouz ôchou Breiz ma oe distôlet war e giz gant ar gwall amzer. Neuze Kolomban a dreuzas Bro-C'hall hag a yeas d'ar Suiz; eno e lezas unan eus e dud, sant Gall, hag e tiskennas en Itali, elec'h ma savas manati bras Bobio, hanter-hent etre Jen ha Milan. Karet a rê 'n em denn en e beniti e-unan d'ober e bedennou hag e binijennou. Ne deue d'ar manati nemet d'ar zul ha d'ar goueliou. Bras oa e zispriz evit ar bed. Setu aman e gomzou : « O bue, na pegen buhan e tremenez; nag a dud a teus tromplet, touellet ha dallet. Ar re a 'n em stag ouzit n'anavezont ket ac'hanout; n'out anavezet mat nemet gant ar re a zispriz da blijaduriou. Henvel out ouz eur goumoulen, n'eus netra anezi pa wasker warni, hag ouz eun ezen a weler o sevel hag a deuz en eun hunvre.» Reolen sant Kolomban n'eo ket peurc'hrêt evel hini sant Beneat; strisoc'h eo, aval,. Difenn a ra ar gwin hag ar c'hig; ne ro ôtre da gemer nemet eur pred bemde, d'abarde. War-lerc'h pep fazi, e taper eus a c'houeo'h da zaou-c'hant tol skourje. «Mat eo d'ar manac'h, eme sant Kolomban, bevan en eur manati dindan lezen unan hepken hag en kompagnunez eleiz, evit deski an humilite gant unan hag ar basianted gant ar re-all. Arabad e c'hallfe ober ar pez a gar. N'ey da glask e wele nemet pa vezo torret e gorf gant ar skuizder; red eo e kouskfe dal ma vezo gourvezet, ha red eo e savfe arôk bezan kousket e walc'h. Ma zo bet grêt gwap anezan, n'eus nemet eun dra d'ober, tevel. Doujan e abad a dle ober evel e Zoue, hag e garet evel e dad. Ne varno ket lavariou ar re goz; e zever eo senti ha heuilh ar gourc'hemennou, herve ar gomz man eus Moyzez : «Selaou, Israël, ha ro peuc'h. Evel m'eo red mont bepred war rôk, eo red pedi bepred, labourât bepred, ha studian bepred.» Kolomban a varvas en Bobio, er bla 615; ugent vla oa bet en Bro-C'hall, daou er Suiz, ha tri bla so oa en Itali. Miret a rêr darn eus e relegou en Lokmine, en eskopti Gwened. Sant Kolomban zo patron da veur a barouz-all en Breiz, en o zouez Beurleudy, en eskopti Sant-Brieg. Bezan 'n eus ive eur chapel en Plouneve-Kintin. Pedet eo evit an dud a goue en drouk-sant. Mari kaset d'an Templ Ober a rêr hirie ive Gouel ar Werc'hez kaset d'an Ternpl gant he zad hag ne mamm, hag o'n em ginnig ena da Zoue, korf hag ene, kerkent hag an oad a dri bla. Eur skouer kaer evidomp. Doue eo hon mestr, p'eogwir eo bon C'hrouer. D'ezan omp, hag en e zervij hepken e tleomp tremen hon bue. Kerkent ha ma teu spered hon bugaligou da zigeri, lakomp anaoudegez Doue da ziwan enne ha kustumomp aneze da ginnig o c'halonou d'ezan. K E N T E L Red eo kastizan diouz a ve pec'hed En manati Kolomban, an neb a chome hep respont Amen d'ar pedennou, arôk ha goude ar pred, a dape c'houec'h tol skourje; an neb en dije mousc'hoarzet en iliz, a veze roët d'ezan kemend-all; au neb a responte e nesan gant komzou treut a dape hanter-kant tol skourje; ar venec'h ne c'houlennent ket eul labour-all, dal m'o dije achuet ar c'hentan, pe a rê eun dra bennak ha ne veze ket bet kemennet d'eze, a veze laket en pinijen. Mankou a oa, zoken, hag e vije roët evite betek daou-c'hant tôl skourje; nemet neuze, goude pep pemp warn-ugent tôl, e vije grêt eun diskuiz. O vezan striz eu doare-ze, an abad santel a oa deut da gauout eur manati hag a oa eun dudi bevan ennan. Evelse, eun tiegez a yelo mat pe fall, diouz ma vezo slriz pe lôsk an urziou gant ar re a zo en e benn. Ma c'hall pep-hini ober ar pez a gar, ar stal a yelo hepdale da stalig. hag ar stalig da netra. Urz a renk bezan. Ar vugale a ve grêt o fenn a zo bugale gollet, a raio mez ha rann-galon ar re o devo o savet; ar vugale a ve kastizet evel m'eo dleet, na re, na re nebeut, na hep digare, ar re-ze hepken a deuio da vezan tud henvel ouz tud, a raio enor o c'herent er bed-man hag o c'hurunen er bed-all. Eil devez warn-ugent a viz Du SANTEZ SESILIA Gwerc'hez ha Merzerez (***-180) Sesilia a oa ginidik eus a Rom, ha diskerm a rê eus unan eus familhou kentan ar gêr-ze. Kristenez oa, ha grêt he devoa le da viret he gwerc'hded epad he bue. Koulskoude, evit senti ouz he c'herent, e timezas d'eun ôtrou yaouank eus he anaoudegez, den a renk uhel evelti, e hano Valerian. Epad lein an eured, ar ganerien, hag ar zonerien a zistage kanaouen ar priejou neve. Sesilia ive a gane, mes en goueled he c'halon, hag evit Doue hepkea; lavaret a rê d'ezan : « Oh ! Otrou, miret ac'hanon dinam korf hag ene. » Pa oe tec'het o c'herent hag o anaoudegez, Sesilia a lavaras da Valerian : - Euo dra 'm eus da anzav ouzit, gant n'hen diskuilhi da zen ebet. Ar pried neve a reas le da viret evitan ar pez a glevje. - Mat, selaou, Valerian; êl Doue a ziwall ac'hanon, rak da Zoue on. Ma n'az pe ket em c'henver eur garante evel m'eo dleet, e tifenno ac'hanon, hag e varvi; mes ma virez ma gwerc'hded, e karo ac'hanout evel ma kar ac'hanon, ha skuilh a ray warnout e c'hrasou. Valerian, strafuilhet, a respontas : - Gra d'in gwelet da êl, hag e kredin da gomzou ha e rin 'vel e lari. - Ma kredez er gwir Doue a zo en nenv, ha mac'h ez den em walc'hi er feunteun e tarz diouti an dour a ro ar vue a bado da viken, neuze e c'halli gwelet ma êl-mirer. Ha piou, eme Valerian, a walc'ho ac'hanon ? Sesilia a respontas : - Eun den koz a zo hag a walc'h an dud, ha neuze c'hallont gwelet êl Doue. Kerz war hent Appius. Eul leo ac'han, e kavi peorien o c'houlenn an aluzen. En em g avêt gante e lavari : « Sesilia am digas etrezek an den koz Urban; eur ger am eus da lavaret d'ezan. » En em gavet dirak an den koz, e lavari d'ezan ar pez am eus lavaret d'it hag e walc'ho ac'hanout, hag e wisko d'it dilhad neve; pa vi dizro, e weli an êl, ha mignon e vezo d'it; kement a c'houlenni digantan az tevo. Valerian a reas evel m'oa bet gourc'hemennet d'ezan gant Sesilia. Pa zizroas, e kavas an êl e-tal e bried, skedus e zremm, lugernus e iskili, diou gurunen roz ha lili etre e zaouarn, hag o vezan laket unan war benn pep-hini aneze, e lavaras : - Eus liorzou ar baradoz e tigasan d'ec'h ar bleuniou-man. Miret aneze dre ho klanded. Bleuniou int ha ne wenvfont ket, ha ne gollfont ket o c'houez vat; mes ne vezo o welet aneze nemet an dud a vezo glan eveldoc'h. Ha breman, Valerian, p'eo gwir out deut da gaout mat al le he deus grêt Sesilia da viret he gwerc'hded, Jezuz-Krist. Mab Doue, am digas davedout, da welet ha ne teus ket eur goulenu bennak d'ober d'ezan. Valerian a respontas d'an êl : - Goude ma fried, an hini a ra levenez ma bue eo ma breur Tiburs. Goulenn a ran eta ma vezo kristen eveldon. An êl skedus a lavaras : - Evel m'eo bet gonezet da galon dre Sesilia, evelse kalon da vreur a vezo gonezet drezout, hag ho-aou e c'honezfet kurunen ar verzereuti. War ar c'homzou-ze, an êl a dec'has. Eun nebeut deiou goude, Urban a vadeze Tiburs, evel m'en devoa badezet Valerian. Hogen, en amzer-ze e oa digor ar brezel eneb ar gristenien. Ar prefed a yeas betek difenn sebelian ar verzerien. Tiburs ha Valerian, daoust da ze, a glaske korlfou maro o breudeur kristen hag a zouge aneze d'ar vered gant doujanz. Diskuilhet a oent, digaset dirak ar prefed Almachius, hag evel ne felle ket d'eze kinnig ezans d'an doueou, e oent barnet d'ar maro ha dibennet prestik goude. En eur vont war dachen o merzerenti, e c'honezjont da Jezuz-Krist ar grefier Maxim. Heman a oe torret e benn d'ezan, hag e ene a nijas d'ar baradoz gant re an daou vreur, d'ar 14 a viz ebrel. Sesilia a sebelias korfou an tri merzer en bered Pretextat, war hent Appius. Nebeut goude e savas bec'h ive war he lerc'h. Arôk mont dirak al lez-varn, he devoe amzer awalc'h da rei an ti be devoa en Transtevere d'ar senatour Gordian, a dlee e rei d'an Iliz. Ar prefed a roas anaoudegez d'ezi eus a lezennou an impalaered : « Gouzout a ret ervat, emezan, ar brinsed galloudus, hon ôtrone, o deus gourc'hemennet kastizan ar re ne felle ket d'eze nac'h ar relijion gristen, ha gourc'hemennet absolvi ar re hen graje. » Sesilia a anzavas he fe hag a wapaas an doueou. Ar prefed a gondaonas anezi d'ar maro; mes abalamour d'he renk vras, e c'hoantaas ober an treo didrousan mac'hallje, gant aon da lakat reveulzi en kêr, hag e roas urz d'he lazan en he zi. Serret a oe eta er gambr 'lec'h ma 'n em walc'he, ha klasket a oe mougan anezi eno gant an ezen dom; mes n'he devoe droug ebet, goude tremen eun devez hag eun nozvez er forn c'horet-se. Digaset a oe neuze ar bourreo d'he lazan. Tri dôl kleze a skoas ganti; ar verzerez a gouezas d'an douar, beuzet en he gwad. Bevan reas c'hoaz tri devez, ar gristenien hag Urban endro d'ezi. He c'horf a oe sebeliet en he bered, war hent Appius, ar 16 a viz gwengolo 180. Er bla 822, ar pab Paskal a zigoras he arched hag a gavas he c'horf en e bez; eur zaë aour a oa warni, hag al lienach a oa bet o sec'han ar gwad a oa paket en kichen he zreid. Er bla 1599, e oe digoret he be evit an eil gwech. Kavet a oe ar verzerez gourvezet war he c'hoste, he divesker pleget ganti eun tammik, he divrec'h astennet hed he c'horf, hag he fenn troet warzu an douar, evel ma oa pa dremenas goude eun angoni a dri devez. War ar zaë aour e oa beradou gwad; al lienach ru-gwad a oa en harz he zreid. Sesilia, maro pevarzek kant vla oa, a oa henvel bepred ouz Sesilia o vervel. K E N T E L Ar muzik hag ar c'han-iliz Ar muzik hag ar relijion a zo grêt evit en em glevet. Ar relijion he deus ezom eus ar muzik evit diskouez he glac'har hag evit embann he levenez, hag ar muzik a vije eun dra didalvoud mu n'hallje ket, en he c'hiz, pedi ha meuli an Otrou Doue. An iliz eo kaeran templ en deus ar muzik : enni eman ar c'hleier hag an ogrou; pa ve goueliou bras, e klever an holl benviou o son a-unan evit braoât an ofisou. En iliz, dreist-oll, eman ar c'han kaeran a zo e-touez an dud. Distagan ra hon sperejou hag hon c'halonou diouz an douar, hag o dougen a ra en barr au nenv, betek trôn an Otrou Doue. Deskomp kan an lliz, rak ar beden ganet eo ar gaeran eus an holl bedennou. Trede devez warn-ugent a viz Du SANT KLEMANT (Pab ha merzer 88-97) Klemant eo ar brasan eus ar pabed a azezas war Gador sant Per epad daou gantved kentan an Iliz. Ober a reas abred anaoudegez gant sant Pôl, ha heuilh a reas anezan dre ar bed evit gouid tud da Jezuz-Krist. An abostol bras, en unan eus e lizeriou, a lezlianv anezan e genlabourer, hag a lavar eo unan eus ar re a zo merket o hano war levr ar vue. Da varo sant Anaklet, e kemeras stur an Iliz. En e amzer, e savas tabut etre kristenien Korinth, evel m'oa bet savet c'hoaz en amzer sant Pôl. Pedet da lakat ar peuc'h, Klemant a skrivas da Gorinthiz eul lizer kaer hag a zo deut betek ennomp : « Red eo d'ar gristenien, emezan, senti ouzo beleien : Jezuz-Krist hen goulenn. Pep-hini a dle chom er renk m'eo laket gant Doue; an hini a zo krenv a dle harpan ao neb a zo dinerz; an neb a zo dinerz a dle doujan an neb a zo krenv : ar pinvidik a dle sikour ar paour, hag ar paour a dle binnigan Doue, dre ma tol plê war e holl ezommou. An den fur a dle diskouez e furnez, nan dre e gomzou, mes dre e oberou. An den humbl ne dle kammed komz anezan e-unan, nag embann kement a ra. Arabad d'an neb a zo glan tennan lorc'h eus e c'hlanded, rak n'eo ket dre e nerz e-unan e c'hall -en em viret diouz an droug. Ar re vras n'hallont ket tremen heb ar re vihan, nag ar re vihan heb ar re vras. En korf an den, ar penn n'hall netra heb an treid, nag an treid heb ar penn. Ar c'horf n'hall ket tremen heb ar re vihanan eus e izili. » Urz a renk bezan, evit pez a zell ouz treo ar c'horf; evit pez a zell ouz treo an ene eo memes tra. An eskibien hag ar veleien a zo en penn an Iliz, ha d'ar gristenien eo senti oute. Klemant a oe tamallet eun devez dirak prefed Rom, hag an impalaer Trajan a roas urz da harlui anezan er C'hersonez, en tu-all d'ar mor du. Ar pab santel a gavas eno daou vil kristen kondaonet, pell a oa, da dennan marbr eus ar mengleuziou. Klemant a frealzas aneze, hag ar vrud eus e zantelez a yeas dre ar Vro. Eleiz a c'houlennas ar vadeziant. Ilizou a oe savet; templou a oe diskaret; koajou sakr ar baganed a oe troc'het. An neventiou-ze a 'n em gavas da vont betek diskouarn an impalaer. Eun ofiser a yeas, en e hano, da welet petra oa a wir er pez a lavared. Lazan 'reas eun niver bras a gristenien, mes o welet e kerzent laouen d'ar verzerenti, e teuas da skuizan, hag e klaskas lakat Klemant da ginnig ezans d'an doueou. Evel ne felle ket d'ezan senti, e roas urz da stagan eun heor ouz e c'houg ha d'hen stlepel war e benn er mor. Kement-se a c'hoarvezas er bla 97. K E N T E L Levr ar familh Sant Klemant a gargas seiz skrivanier da zastum Oberou ar Verzerien, hag evelse hon deus an dudi da gaout breman e hon daouarn, bueou ar zent a skuilhas o gwad evit Jezuz-Krist adalek kantvejou kentan an Iliz. Perak ne rafe ket ive ar mab pe ar verc'h, en pep tiegez, ar pez a c'hallfed hanvan levr ar familh ! Laket a vije ennan kement tra vras a c'hoarve war-dro an ti : an eureujou, ar badezianchou, ar paskou kentan, an darvoudou trist ha laouen, ar c'hlenvejou, gourc'hemennou divezan eun tad pe eur vamm war o zremenvan. Eno an neb en dije eun tamm ijin a c'hallfe hen diskouez. Goude bezan dalc'het ar bluen epad ugent vla, ar mab o tiskregi a rofe anezi d'ar mab-bihan, hag a benn ma vije bet, an eil war-lerc'h egile, pemp pe c'houec'h skrivanier, al levr a vije teo ha presius. Pevare devez warn-ugent a viz Du Sant Yan ar Groaz Eus a Urz Karmel (1542-1591) Ar zant-man a oa ganet er Spagn, er bla 1542. Abred e teskas karet ar Werc'hez, ha dre zevosion eviti e wiskas, d'eur bla warn-ugent, saë menec'h Karmel Medina-del-Gampo. Reolen goz an Urz, kalz strisoc'h evit an hini neve, a gouezas eun devez etre e zaouarn, ha gant ôtre e superiored, en em lakas da heuil anezi pen-da-ben. Pa oe kaset da Salamank d'ober e studi da vont da veleg, e kreskas c'hoaz e binijennou : en em skourjezan. rê kalet; dougen a rê bepred eur chaden-houam endro d'e ziouc'hroazel. Evel se e teue a benn eus e gorf hag eus e dechou fall. Da bemp bla warn-ugent e oe beleget; pa oa gant e oferen gentan, Jezuz a lavaras d'ezan : « Kerz, labour evit ma gloar, ha me a roio d'it kement a c'houlenni diganin. » Bezan oe un an eus an eneou kaeran ha santelan a dôlas o sklerijen neuze en Iliz an Otrou Doue. Dont a reas c'hoant d'ezan da vont en Urz ar Chartreuzed, mes war ali santez Thereza, e chômas da rei an dorn d'ezi da lakal menec'h Karmel da heuilh reolen goz o Urz, evel ma rê dija eleiz eus al leanezed. Seveî a reas eur manati en Durvelo. Ken bras oa e garante evit an Otrou Doue ma veze gwelet a-wechou eur gurunen lugernus endro d'e benn; burzudus oa ive e garante evit ar beorien, ar glanvourien hag ar bec'herien; leun oa a deneredigez evit e enebourien; bepred e rente d'eze ar vad evit an droug. Miret a rê ar baourente; en e beniti ne oa nemet eun dôlen baper, eur groaz grêt gant brouan hag eur gwele dister. Izel oa a galon ha prest bepred da zizfiout anezan e-unan. Eun devez, Jezuz a c'houlennas digantan peseurt rekompans en dije evit bezan gouzanvet ha labouret evitan evel m'en devoa grêt. Yan ar Groaz a respontas d'Hon Zalver : « Gouzanv c'hoaz, Otrou, ha kaout dismegans abalamour d'ec'h. » Bezan en devoe e c'houlenn, rak tamallet a oe en gaou : heskinet a oe en pep doare; torret a oe eus e garg; pell amzer e chômas hep tanva an disteran plijadur en servij Doue, hag an drouk-spered hen tente hep paouez. Kaout a rê d'ezan gwelet an ifern digor d'e lonkan. Yan ar Groaz ne fallgalonas ket; derc'hel a reas mat d'e bedennou ha d'e binijennou, hag erfin, ar peuc'h a deuas en e ene, hag e vreudeur a anavezas e zantelez. Goude bezan gwellaet kalz Urz Karmel, Yan ar Groaz a varvas, ar mousc'hoarz war e vuzellou, ar 11 a viz kerdu 1591, oajet a nao bla ha daou-ugent. Beneat XIII a lakas e hano war roll ar zent, ar 27 a viz. kerdu 1726. K E N T E L An droug a ra ar pec'hed d'an den en e ene Daoust pegen bras eo ar gaou a ra ar pec'hed ouz korf an den, n'eo netra en kichen an hini a ra ouz e ene. I. — An ene, dre ar vadeziant, a deu bue Doue ennan. Doue hen kar, n'eo ket evel ma kar eur skrivanier al levr en deus savet, mes evel ma kar eun tad ar mab a zo henvel outan. Eun den badezet hag a zo gwenn saë e vadeziant a zo, evel pa lavarfen, gwad Doue o redek en gwazied e ene; ha pa bed, ha pa glemm, gwad Doue eo a bed hag a glemm; hag abalamour da ze. Doue a glev dioustu ar pedennou hag ar c'hlemmou-ze. II. — Gras Doue a ro d'imp eur gened dispar, ha pa deu da skedi en hon daoulagad ha war hon zâl, e renker lavaret e weler warnomp eul loden eus gened Doue e-unan. Gened ar zent a zo ken brao mac'h eo eun dudi gant an Otrou Doue sellet outi : « O ! quam pulchra est; oh ! nag eo kaer, emezan, eneou an dud salvet ! » An dôlennerien vrudetan, pa renkent livan pennou ar zent war o lien, a lavare oa red bezan sant e-unan arôk bezan goest d'ober al labour-ze en eun doare dereat. Dre ar pec'hed marvel, aval, an ene a goll e c'hras; labeet a ve e c'hened dichadennet a ve e dechou fall; n'eo mui nemet dizurz ha loustoni; rukun a ra d'an Otrou Doue. Doue, evel a lavar sant Augustin, eo mammen ar vue, fons vitœ, ha bezan eo d'all ene ar pez m'eo an ene d'ar c'horf; evel ma ve maro ar c'horf, pa ne ve ket unanet gant an ene, evelse ive an ene a ve maro(, pa ne ve ket unanet gant Doue. Ar bec'herien a ya hag a deu : seblant o deus da gaout bue; en gwirione int maro. O c'hort'ou ne zervijont ket c'hoaz da vagadurez d'ar prenved, mes o eneou a zo gouliet, mouget ha lazet; daoulagad o c'horf n'int ket serret c'hoaz ouz sklerijen an 'de. 'mes daoulagad o ene a zo serret ouz sklerijen ar c'hras; o zud ne gemeront ket c'hoaz o dilhad du d'ober kanvou d'eze, mes o êie mat a ouel, hep paouez, o welet ar stad reuzeudik m'int kouezet ennan; o welet o deus kollet ar meritou o devoa gonezet dre o fedennou birvirdik, o c'hroaziou gouzanvet a galon vat, !hag o oberou santel grêt abalamour da Zoue; o welet o deus kolîet o gwiriou war heritach ar baradoz. N'eo ket souezus eta gwelet ar zent o tec'hel diouz ar pec'hed ken piz ha ma reont. Pempvet devez warn-ugent a viz Du SANT TARSISIUS Kloareg ha merzer (***-257) Valerian, impalaer Rom (254-260, goude bezan bet tuet mat en kenver ar gristenien, a gasas eur gemennadurez en o eneb, er bla 257. Neuze eo e varvas an avieler bras sant Laurans hag ar c'hloareg yaouank Tarsisius. Heman a veze en kuz o kas an Otrou Doue d'ar re ne vezent ket evit dont d'an oferen. Eun devez ma oa o kerzet war hent Appius, en em gavas gantan eun toullad soudarded a renke bezan o tiwall dor katakomb Kallist. Koach a rê, gwellan m'halle, ar Zakramant meulet ra vezo, mes e gerzed skanv, e zaoulagad skedus hag e zioujod ru, kement e tride e galon gant ar garante, a ziskuilhas d'ar baganed e oa an Otrou Doue gantan. Dioustu e sailhjont warnezan hag e c'hourc'hemennjont d'ezan rei d'eze ar pez a zouge. Tarsisius a nac'has a-grenn teurel e Zoue da chas kounnaret, hag o vezan kroaziet e zivrec'h war e galon, e tifennas gwellan m'hallas e densor. Ar zoudarded a glaskas dispakan daouarn an den yaouank, mes kaer o devoe, n'halljont ket hen ober ; neuze, a dôliou skourje hag a dôliou mein, e lazjont anezan war an hent. Pa o devoe grêt o zorfed, e klàskjont gwelet petra oa gant ar merzer ; mes kaer o devoe adarre trei ha distrei e zilhad. ne gavjont netra. Unan a zaou a oa c'hoarvezet, pe Jezuz-Krist en devoa miret ouz daoulagad ar baganed da gouezan war an hosti santel, pe et oa da vagan ha da gennerzi ar merzer yaouank evit ar stourmad kalet en devoa bet da c'houzanv. N'eus forz penôs, ne gavjont netra eus a zakramant an ôter; sebezet o welet kemend-all, e kemerjont an tec'h hag e lezjont ar c'horf, beuzet en e wad, war an hent bras. Ar gristenien a deuas da gerc'hat anezan ac'hane hag a zebelias anezan, gant enor ha lid bras, en bered Kallist. Divezatoc'h, ar pab Damas a reas eur skrid war e ve, en gwerziou latin. Divezatoc'h c'hoaz, relegou Tarsisius a oe kaset eus a vered Kallist da iliz-veur Sant-Sixt ha Sntez-Sesilia, ha diskennet en be ar pab sant Zephyrin ; erfin, en amzer ar pab Pôl I, e oent douget da iliz Sant-Silvestr in capite. Ober a rêr hirie ive gouel santez Katel, patronez an Doktored, merzeriet en Alexandri en kantvejou kentan an Iliz. K E N T E L Mir ar pez a zo fiziet ennout Sant Tarsisius eo skouer ar c'hristen yaouank a vir hag a zi-fenn ar vue Doue a zo bet laket ennan da ze e vadeziant. I. — Hon c'horf ne dalv netra nemet dre ar vue Doue a zo ennan. Kerkent ha mac'h a ar vue-ze anezan, e ve mall e guzan en douar, gant aon na rafe rukun d'unan bennak. Hon ene, kennebeut, ne dalv netra nemet dre ar vue Doue a zo ennan. Ma n'en deus ket ar vue-ze, an Ele mat a dec'ho dioutan, ha Doue a zizroio diwarnan e zaoulagad binuiget. Lazan ar vue den, en eur c'horf, a zo spontus ; n'eo netra, koulskoude, e kichen lazan ar vue Doue en eun ene. II. — Bue Doue eo brasan tensor a c'hall an den dougen war hent ar vue-man ; gwasan zo, e toug anezan en eur pod pri, bresk an danve anezan. Bue ar c'horf a goller buhan ; eun toull er pennn, eur f'reg er galon a zo awalc'h eviti d'en em zilan er-mêz, ha nemet ha Doue a deurvezfe he lakat da zizrei, eur wech kollet, eo kollet da vat evit ar bed-man. N'eus hano nemet eus a dri den hag a vije laket gant Jezuz-Krist da zevel eus a varo da veo. Mes diniver eo an eneou en deus laket bue Doue da zizrei enne. Ha mat eo vefe an treo en doare-ze. Rak ma koller buhan bue ar c'horf, hini an ene a goller buhanoc'h c'hoaz. Eur c'hoant direiz, eur garante fall a zo awalc'h evit he lazan. Bezomp eta war evez, ha sellomp mat pelec'h bale. III. — N'eo ket awalc'h d'imp miret ar pez a zo bel fiziet ennomp : red eo d'imp ive hen lakat da greski. Ar vue a gresk en hon izili, dre ma labouromp gante, ha dre ma vagomp aneze. Ar vue a gresko en hon ene bep ma rofomp tro d'ezi da greski, dre hon oberou mat, dre hon fedennou c'houek ha, dreist-oll, dre hon c'hommunionou santel. Ma lakomp Doue da drei ac'hanomp ennan, o tostât ervat hag alïes ouz tôl ar Zakramant, e teufomp ha n'hallo netra bezan trec'h d'imp. C'houec'hvet devez warn-ugent a viz Du Sant Leonard a Borz-Mauris (1676 -1751) Porz-Mauris a zo eur gêr eus a eskopti Albenga, en Itali-Uhelan. Eno e teuas er bed Leonard, an 20 a viz kerdu 1676. Hanvet a oe Pôl-Jerom d'e vadeziant. E dad, eur c'habiten war vor, a gemeras kalz evez d'e zevel ha d'e gelen ervat. Da eiz vla, Pôl-Jerom a lavare bemde e rozêra. Bodan rê ive bugale e oad endro d'ezan; mont a rê gante en prosesion, hag en dizro e rê d'eze eun tammik prezegen. Da zaouzek vla ec'h eas d'ober e studi da Rom, ha d'e vla warn-ugent e wiskas saë sant Fransez en manati Ponticelli. Neuze e kemeras an hano a Leonard, dre anaoudegez vat evit unan eus e gerent, an evoa roët lojeiz d'ezan, eur pennad, en Rom. Ne oa c'haz nemet avieler, pa oe grêt d'ezan prezek, epad ar c'hoaraiz, evit ar wech kentan. « Leonard, a lavaras unan bennak eus ar re hen c'hlevas neuze, a vezo trompilh skiltrus an Aviel. Lakat a ray eleiz a bec'herien da zizrei war hent ar zilvidigez. » Nebeut goude e oe beleget. Gwasan oe, e krogas ennan neuze eur c'hlenved didrue, a gasas anezan betek pal ar maro. Kaset a oe da Napl evit kaout êr yac'h ar mor, mes ne wellae tamm; kaset a oe d'e vro, mes ar paz a greske bepred, ha ne oa netra ken anezan nemet ar relegou. O welet n'en devoa pareanz ebet da c'hedal digant medesined an douar, en em droas ouz re an nenv, hag e prometas en em rei d'ar misionou ma teuje d'ezan ar yec'hed. Ar yec'hed a deuas, ha Leonard a oe abostol an Itali. Redek a reas anezi eus an eil penn d'egile, hag ouspen eur wech, hag e gomzou a reas vad en pep lec'h. Eun devez ma oa en Rom, e welas eun den o vont d'e heul en eur huanadi; dizrei a reas warnan ha goulenn a reas digantan perak oa ken glac'haret. - Ma Zad, eme ar paourkez den, gwelet a ret en harz ho treid ar brasan pec'her a zo war an douar. - Ha c'houi, ma mab, eme ar zant, ho peus kavet ennon, daoust pegen reuzeudik ac'h on, eun tad hag a vezo leun a deneredigez evidoc'h. Kas a reas anezan d'an iliz, ha goude bezan e govesaet, e roas d'ezan, en han' Doue, ar pardon eus e bec'hejou, ha levenez ar galon war ar marc'had. Oh! ma ouvefe an dud n'eont ket da govez pe ne govesaont ket o fec'hejou evel m'eo dleet, pegement a joa a gaver oc'h ober eur govezion vat, nag a hast o dije da gemer al louzou burzudus-ze ! Er bla 1744, Leonard a gemeras al lestr da vont da rei eur mision d'ar C'horz. En amzer-ze e oa nebeut a beuc'h etre tud an enezen. En Kastel Acqua, dreist-oll, oa spontus bezan; kêr a oa rannet en diou gostezen, ha touet o devoa en em lazan kentoc'h eget plegan an disteran an eil d'eben. Pa zigoras ar zant e vision, an holl a deuas d'e selaou, mes an holl a zigase o armou gante bemde d'an iliz. En devez divezan, koulskoude, en eur gimiadi dioute, e pedas aneze gant kement a nerz da 'n em bardoni, ma teuas a benn da denerat ar c'halonou kaletan. En em vodan a rejod endro d'ar prezeger evit 'n em vriata, ha goude an Te Deum, ec'h ejod war ar blasen, hag eno e oe devet kement tamm poultr a chome c'hoaz da lakat er fuzuilhou.' En Viterb, ar zant a lavare eun devez e vije didrue an Otrou Doue en kenver ar re a laboure d'ar zul. Eur verc'h yaouank, evit ober gwap anezan, a yeas er zul war-lerc'h da labourât d'he farkeier. Kerkent e krogas enni eun drouk-bouzellou hag a lôske anezi kement ma krede e oa o vont da vezan devet en beo; youc'hal a rê : «An tan a zo ennon ! An tan a zo ennon !» He c'hamaradezed a deuas buhan da gregi enni, mes prest goude e tremenas o c'houzanv poaniou skrijus. Er bla 1749, Leonard a oe galvet gant ar pab Beneat XIV, evit prepari tud Rom d'ar jubile bras a dlee digeri er blavez war-lerc'h. Rei a reas e vision kentan war blasen Navon, unan eus ar re vrasan a zo en Rorn : leun-chouk oa gant an dud; ar pab e-unan a deuas peder gwech d'e selaou. Daou vision-all a roas c'hoaz en daou garter-all eus kêr; epad an deveziou-ze, kement kador-govez a oa er pevar-c'hant iliz a zo en Rom e oa bagadou tud en o c'hichen o c'hortoz o zro. Léonard en devoa eun devosion vras da Jezuz-Krist stag ouz ar groaz, ha d'e vamm, ar Werc'hez santel. Bemde e rê hent ar groaz. Mervel a reas en Rom, ar 26 a viz du 1751, oajet a bevarzek vla ha tri-ugent : « Koll kalz hon deus grêt, a lavaras ar pab, pa zigasjod d'ezan ar c'helou eus e varo, mes bezan hon deus eun difennour muioc'h dirak Doue. » Pi IX a lakas e hano war roll ar zent, an 29 a vezeven, 1867. K E N T E L Na re ês, na re diês Evit kaout ar pardon eus ar pec'hejou, daou dra a zo bet red a holl viskoaz : kaout keun aneze ha kaout eur mennoz start d'en, em viret dioute en amzer da zont. Ouspen-ze, abaoue m'eo bet Jezuz-Krist war an douar, evit kaout ar pardon eus ar pec'hejou, eo red o c'hovez d'eur beleg hag eu deus galloud da rei an absolven aneze. Ar pardon, en doare-ze, a zo eun dra ha n'eo na re ês na re diês da gaout. I. — Ar pardon n'eo ket re diês e gaout. Ma vije bet red, evil bezan pardonet gant an Otrou Doue, kinnig d'ezan en sakrifis eun ejen, pe eun oan, pe eur c'houblad turzunelled, pe eur c'hroueriad gwiniz hepken, petra o dije grêt ar beorien ? Ma vije bet red, evit bezan pardonet gant an Otrou Doue, yun epad eiz de dioustu, diwar bara ha dour, petra o dije grêt ar glanvourien ? A drugare Doue, ne c'houlenner netra evelse; n'eus nemet anzav d'ober, hag an dra-ze n'eo na koustus evit ar yalc'h, na poanins evit ar c'horf. II. — Ar govezion a zo eun dra ha n'eo ket re diês; eun dra eo ive ha n'eo ket re ês. Mont da lavaret d'eun den, n'hon deus anaoudegez ebet anezan, kouls lavaret, ar pez ne lavarfemp ket d'hon mignoned brasan, na zoken d'hon mammou, n'eo ket ken brao-ze. Tenn eo mont da govez. Anez-ze. ne vije ket kement a dud o pellât diouz ar gador-govez, hag o chom heb anzav o fec'hejou, pa dostaont outi. Tenn eo en em damall. Er govezion, n'eo ket ar c'horf a zo kastizet, nag e skianchou; ar volonte 'n hini zo en pinijen. Ha dleet eo e vefe an treo evelse, p'eo gwir hi eo he deus grêt an droug. Ar c'horf hag e skianchou ne oant nemet he servijerien. Seizvet devez warn-ugent a viz Du Ar Vedalen Mirakulus (1830) Ar 27 a viz du 1830, Mamm Doue a deurvezas en em ziskouez d'eur verc'h vat, he hano Katel Laboure, eus e familh leanezed sant Visant a Bol. Gourc'hemenn a reas d'ezi lakat ober eur vedalen en enor d'he c'honsepsion dinam.War eun tu e tlee bezan skeuden ar Werc'hez, o flastran, gant he zreid, penn ar serpant milliget, bannou sklerijen o kouezan diouz he daouarn warzu an douar, ha tro-war-dro ar geriou-man : « O Mari konsevet hep pec'hed, pedet evidomp hag hon deus fizianz en-noc'h; » ha war an tu-all. e krec'h, hano santel Mari, gant ar groaz harpet warnezan; dindan, kalon Jezuz ha kalon Mari, ar c'hentan kurunet a spern hag an eil treuzet gant eur c'hleze. Ar plac'h yaouank a zentas ouz gourc'hemennou ar Ar Werc'hez, ha dal ma oe anavezet ar vedalen neve e reas kement a vad da eneou ha da gorfou ar re he douge ma oe hantvet ar vedalen mirakulus. N'hallomp ket chom hep komz aman eus ar mirakl a c'hoarvezas en Rom gant Alphons Ratisbonne, an 20 a viz genver 1842. Alphons Ratisbonne a oa eur Judev; redek a rê ar bed evit kemer e blijadur ha kreski e zeskadurez; en Rom e reas anaoudegez gant an ôtrou de Bussière, eun dijentil dizroet eus an herezi. Klask a rê lakat ar Judev yaouank da gemer skouer warnezan; mes koll a rê e boan. N'hallas dont a benn nernet eus eun dra : d'e lakat da zougen en e gerc'hen ar vedalen mirakulus. Er mêmes amzer, e pede evitan ar Werc'hez dinam. Mari ne zaleas ket da selaou ar beden kaset d'ezi. Eun nebeut deiou goude, an 20 a viz genver 1842, da eun heur goude kreiste, an ôtrou de Bussière a oa o vont en iliz Sant-Andre delle Fratte, d'en em glevet gant ar veleien diwar-benn enterramant an ôtrou de la Ferronnays, a dlee bezan grêt en de war-lerc'h, p'en em gavas gant an otrou Ratisbonne. O daou ec'h ejont asamblez en iliz, hag an ôtrou de Bussière a bedas e vignon da c'hortoz anezan keit ma vije oc'h ober e dro en ti ar veleien. Pa zizroas, dek pe daouzek minut goude, e klaskas an ôtrou Ratisbonne, ha sebezet e chomas pa welas anezan en chapel Sant-Mikêl, daoulinet, an daerou en e zaoulagad, Dal ma welas Alphons Rastibonne an ôtrou de Bussière, e lavaras d'ezan : « Kaset ac'hanon elec'h ma kerfet ! Goude ar pez am eus gwelet e renkan senti. » Hag e tennas eus e vruched ar vedalen a zouge pevar devez a oa war e galon, hep gouzout ar c'halloud he devoa, hag o vezan poket d'ezi e lavaras : « Nag eo mat an Otrou Doue ! Ah ! ar re ne gredont ket a zo truezus o doare. E oac'h o paouez mont diganin, pa oen souden spontet; an iliz, en eun tol, a deuas da vezan tenval, ha ne welen mui netra nemet eur sklerijen vras o tont diouz chapel Sant-Mikêl; hag en kreiz ar sklerijen-ze, 'us da ôter an arc'hel, ar Werc'hez Vari o 'n em ziskouez d'in, bras ha skedus evel m'eman war ar vedalen. Eun nerz ha ne oan ket evit enebi outi he deus ma c'haset trezek d'ezi. Ober a reas sin d'in da vont war ma daoulin, hag an êr he devoa da lavaret d'in : « Mat eo ! » Komprenet am eus petra oa en gortoz diganin. Eun nebeut deveziou goude, ar Judev yaouank a oa badezet. Gregor XVI a lakas ober eun enklask war e gonversion, ha d'an 3 a vezeven 1042, ar c'hardinal Patrizzi a zisklerias he devoa grêt ar Werc'hez Vari eur mirakl evit distagan Alphons Ratisbonne ken buhan diouz ar relijion judev, hag e lakat da heuilh ken mat ar relijion gristen. Dre eur gemennadurez douget gant Leon Xlll, an 23 a viz gouere 1891, e oe savet, evit bezan grêt bep bla, d'ar 27 a viz du, eur gouel en enor d'ar vedalen mirakulus, evel ma oa unan en enor d'ar skapular hag eun all en enor d'ar rozêra. K E N T E L Dougomp ar vedalen mirakulus Ar vedalen mirakulus a zo he flas en kerc'hen ar beleg hag en hini ar zoudard; en hini ar bugel hag en hini an den en oad. Ar misioner a stag anezi ouz bodou an hent, er broiou mac'h a d'embann ar fe, evit ma chacho an eneou, hep goût d'eze, war hent ar zilvidigez. Mat eo ive he c'huzan en dilhad ar bec'herien reuzeudik. ma vefont gonezet d'an Otrou Doue. An neb a zoug eur vedalen vinniget, hag a deu, da vihanan eur wech er zun, pe da lavaret eur chapeled, pe d'ober katekiz d'ar vugale, pe da rei eun aluzen d'eur paour, pe da glevet eun oferen, a c'hall gonid eun induljans eus e holl bec'hejou, d'ar goueliou bras en enor d'Hon Zalver, d'ar Werc'hez ha d'an Ebestel, gant ma vezo bet o kovez hag o kommunian, ha gant m'en devo pedet evit ezommou an Iliz Eizvet devez warn-ugent a viz Du Sant Jakez de la Marca Eus a Urz sant Fransez (1391-1479) Jakez de la Marca a oa ganet er bla 1391, en Monte Brandone, en Itali, a dud paour mes kristen. Galvet a oe Dominik d'e vadeziant, abalamour ma teuas war an douar d'ar zul, da ze an Otrou : dies dominca. Koll a reas abred e dud, mes eur eontr beleg a zigemeras anezan en e di, hag a roas d'ezan e gentan kenteliou latin. Goude-ze e kasas anezan d'ober e studi da Askoli, hag ac'hane da Berouz. Eun doktor a oa anezan benn e teuas d'ar gêr. Da bemp bla warn-ugent, ar 25 a viz gouere 1416, e wiskas saë sant Fransez en manati Itron-Varia an Ele, hag e kemeras hano an abostol sant Jakez oa e ouel en de-ze. Bezan en devoa eleiz a vertuziou, mes evel a lavar sant Bonavantur, gouzout a reas o miret en arc'h e galon, gant alc'houe an humilite. Ne zebre tamm kig ebet ; eun tamm bara hag eun nebeut louzeier oa e holl vevanz. Bemde en em skourjeze betek ar gwad, hag epad triouec'h vla e tougas eur saë reun. Yun a rê epad seiz koaraïz bep bla, ar pez ne viras ket outan da vont en tu-hont da bevar-ugent vla. Da nao bla warn-ugent, e oe beleget hag en em reas, evel ma lavare alïes, « Hader komzou Doue ». Goût a rê ken brao an tu da lakat ar bec'herien da zont enne o-unan, ma ne ziskennas ket eur wech hepken eus ar gador, hep gonid unan bennak aneze da Zoue. Prezek a reas en Itali hag en Alamagn : ober a reas eur vad dispar en kement lec'h ma tremenas. En Flavia,. ouspen daou-c'hant den yaouank a gemeras skouer war-nezan hag a yeas da venec'h. Redek a reas an Norvej, an Danemark, ar Bohem, an Autrich hag ar Hongri. Er bla 1452, e oa en Albani. Ober a reas e zisken en Ragus. Eno e c'hourc'hemennas lakat daou êl en iliz, unan a bep tu d'an ôter, gant peb a ezansouer en o daouarn, hag arôk mont kuit, e lavaras : « Gwelet a vezo, eun devez, treo burzudus gant an daou êl-ze », hag en gwirione, nebeut goude ma oa et eus ar vro, e oe gwelet an êle-ze o finval hag o hijan o ezan-souerou, bep gouel bras a veze. Ar burzud-ze a badas daou-c'hant vla, ha ne baouezas nemet er bla 1668, pa oe diskaret an iliz e oa enni an ele burzudus. War e gozni, sant Jakez a 'n em dennas en Brescia; eun den mat ac'hane a gase bemde e vab Konrad da gas d'ezan ar pez en dije ezom. Evit trugarekât et vadoberour, ar zant'a zeske d'ar c'hrouadur pedennou kaer an Iliz. Konrad, dal ma ouveas an Ave Maria, a oe mall gantan hen deski d'eur c'hamarad d'ezan, mab d'eur Judev a ziwar-dro. An daou bôtr bihan o devoa plijadur o vont bemde da lavaret o Ave Maria dirak skeuden ar Werc'hez. Mes tad ar Judev bihan, pa welas petra oa desket d'e vab, a yeas en kounnar ru. Tapout reas krog en Konrad, ha goude bezaune vouget, e kuzas anezan en eun toll kleuzet er voger, drek an oaled. Duan reas goude ar vein, evit na vije ket gallet kouezan war e guziaden. Tad Konrad a glaskas e vugel pell amzer, hep klevet kelou ebet anezan. Erfin, e c'halvas sant Jakoz d'e zikour; ar zant a 'n em lakas da bedi, ha Doue a roas da anaout d'ezan pelec'h e oa kuzet korf e vignon bihan. O vezan êt eta, gant daou zen, da di ar Judev, e c'houlennas komz outan. Azezan rejont o-daou dirak an oaled hag, a greiz komz, e tiskouezas gant ar biz da dad Konrad al lec'h ma oa kuzet e bôtr. Dioustu en em lakjod da zispenn ar voger, hag epad ma skoed war ar vein, evit o lemel eus o flas, ar bugel, deut bue ennan, a huche : « En han' Doue, skoet goustatoc'h, gant aon da c'hlazan. ac'hanon ! » An tad a bardonas ar Judev, ha heman a 'n em dôlas dioustu da dreid ar zant hag a c'houlennas ar vadeziant. Ferdinand I, roue Napl, a c'hoantaas gwelet sant Jakez, hag a gasas kelou d'ezan da vont d'e gât. Mont a reas, ha mervel a reas en Napl, an 28 a viz du 1479, oajet a eiz vla ha pevar-ugent. Beneat XIII a lakas e hano war roll ar zent, an 10 a viz kerdu 1726. K E N T E L Gôpr ar pec'hed I. -- Ar pec'hed a zigas, d'e heul, mez ha morc'hed. Arôk rei o gwalc'h da dechou fall e galon, an den a ve dienkrez ; eur wech m'en deve roët d'eze o goulenn, e krog ennan mez ha morc'hed. Hanvet mat eo bet ar pec'hejou had daërou, vera semina dolorum, rak en gwirione, n'int nemet se. II. -- Ar pec'lhed a dôl war an ene chadennou mezus ha diês da derri. An ene, grêt evit gourc'hemenn d'ar bed holl, pa ne zent ket ouz Doue, a bleg d'an techou lousan. III. Ar pec'hed a dôl war an ene eun dallente spontus. Mac'h anavezfer Doue, ma 'n em anavezfer e-unan, mac'h anavezfer ar pec'hed, biken n'en em lezfer da gouezan ennan. Mes ar pec'her a zo dallet war ar vad a dle ober, ha war au droug e tle tec'hel dioutan. Kemer a ra an droug evit ar vad hag ar vad evit an droug; ar sklerijen evit an denvalijen hag an denvalijen evit ar sklerijen. Lavaret d'ezan ar wirione hag e kredo e ret gwap anezan : Ar wirione a zo kasaüs D'an neb a zo kablus. IV. -- Ar pec'her a zo dallet, ha dre forz chom en tenvalijen ar pec'hed, e teu da galetât ouz an droug. A dam da dam e teu hag e kav bihanoc'h droug ar pec'hed; a dam da dam e teu ha ne gav droug ebet ken er pec'hejou brasan; a dam da dam e teu hag e tenn lorc'h, zoken, eus an droug a ra. N'en deus aon ebet ken na rak Doue, na rak den, na rak maro, na rak ifern; netra n'hen spont; netra ne ra d'ezan krenan. Arabad eo d'imp lezel tenvalijen euzus ar pec'hed da galetât hon c'halon, rak war-lerc'h ar galeter a galon e c'hoarve ar maro fall a stlap an den en ifern, lec'h ma vezo desket d'ezan, evit mat, pegen bras droug eo ar pec'hed. Navet devez warn-ugent a viz Du SANT HOUARDON (1) Patron Landerne Houardon a oe eskob en Leon. Bevan a reas en amzer sant Gouenou, sant Tenenan ha sant Herve, ar manac’h dall. Ginidik oa eus a Vreiz-Veur, evel an darn vrasan eus an ebestel kalonek a lakas sklerijen ar fe da zevel ’us da Vreiz-Izel. Herve ar pez a lavar d’imp ar skridou koz, e renas eskopti Leon war-lerc’h sant Tenenan. Da gredi eo e tremenas eur pennad bennak eus e vue war-dro Landerne, p’eo gwir kristenien ar gêr-ze a gemeras anezan da batron. Sant Tenenan, eskob Leon en e rôk, a gare dont, beb an amzer, da vanati Beuzit, savet gant sant Gwennegan, eil eskob Kemper, war douarou ar Baluded, tudjentil hag a oa o chom en kichen Landerne, war hent ar Forest. Eno e rê e ziskuiz. Houardon a reas eveltan. Er mare-ze e oa Konomor o paouez lakat d’ar maro e bried Trifina hag e vab Tremeur. War c’houlenn Gwerok, roue Bro-Wened ha tad Trifina, holl bennou-bras Breiz a ’n em zastumas war ar Mene-Bre, evit barn ar roue kri ha fallakr. Sant Houardon a deuas kelou d’ezan ive da vont di, hag a gasas gantan sant Herve, brudet bras abalamour d’e furnez ha d’e zantelez. Eno Konomor a oe distaget diouz an Iliz. Eur wech tôlet an eskummunugen warnezan, sant Houardon ha sant Herve a zistroas da Gastel-Pôl. En eur zont d’ar gêr, ne oa hano gant ar manac’h dall nemet eus an treo kaer a zizoloë d’ezan an Otrou Doue. Sant Houardon a selaoue anezan gant plijadur hag a c’hoantaas gwelet e-unan an treo dudius-ze. En em gavet en Kastel-Pôl, an daou zant a dremenas tri devez o yun hag o pedi ; d’an trede devez, war-dro kreiste, en êl a lavaras d’eze sevel o daoulagad warzu an nenv, hag e weljont êle, arc’hele, sent ha sentezed ar baradoz, holl o veuli Doue. Ar gwel-ze ne badas nemet eun hunvre ; an daou zant en em lakas raktal da ganan ar psalm Cantemus Domino. An de war-lerc’h, sant Herve a zistroas d’e vanati, ha sant Houardon a dalc’has da ren e eskopti evit ar gwellan. Sant Gouenou en devoa savet eur manati tost da Vrest ; pa oa echu an iliz, sant Houardon a oe pedet da zont d’he binnigan. Eun nebeut blaveziou goude, an eskob santel a gouezas klanv, hag o kredi e oa arru ar maro gantan, e c’halvas sant Gouenou da zont d’e gaout ; goude bezan bet digantan e holl zakramanchou, e hanvas anezan da bignal war e lerc’h war gador eskob Leon. Sant Houardon a varvas war-dro ar bla 650 goude donedigez Hon Zalver. Chapeliou an eus en Kamlez hag en Boulvriak. Pedet eo, dreist-oll, gant an dud a vor. (1) An ôtrou chaloni Bail, ginidik eus a Landerne, en deus bet ar vadelez da rei d’an oberour an notennou a oa red evit ober bue ar zant-man. K E N T E L An eskummunugen Hep mar ebet, an Iliz ne deus gwir da lakat he bugale en pinijen, pa dizentont outi. Ar skolaer en deus gwir da lakat er-mêz eus e skol ar bugel ne vefe ket evit dont a benn anezan. Ar penn-tiegez en deus gwir da gas eus e di ar plac’h pe ar mevel ne blij ket d’ezan. Ar vro he deus gwir da harlui kement hini a glaskfe he gwerzan. Hag an Iliz hepken n’he dije ket a wir da stlepel diwar he barlen ar c’hristen n’eo ket mat d’ezan senti outi ? An dra-ze n’hall ket bezan ; an Iliz, evel an holl sosieteou-all, he deus gwir da eskummunugi, ha dre an eskummunugen eo he deus diwallet ar gwir fe, diarbennet an dizurziou, flastret an hereziou ha dispennet ar schismou. An Iliz he deus gwir da eskummunugi, ha keit ha mach ey ar bed endro, e talc’ho da skei dizamant, evit o brasan mad, ar re eus he bugale a welo o heuilh ar gaou, goude ma vefent an dud galloudusan hag an dud gouiziekan a ve war an douar. Tregontvet devez a viz Du SANT ANDRE Abostol (kentan kantved) Andre a oa ginidik eus a Vethsaïda, er Galile. Brenr oa da Simon-Per, hag eveltan e veze o pesketa war lenn-vor Jenezareth. O vezan klevet brud eus a zant Yan-Vadezour, ec'h eas d'e gaout hag e oe badezet gantan en dourar Jourden. Dont a reas da vezan unan eus e ziskibien. Brasoc'h enor en devoa c'hoaz da gât, rak tleout a rê bezan ar c'hentan abostol a zibabas hon Zalver. Eun devez ma oa Yan, mab Zebede, hag hen gant Yan-Vadezour, o mestr, e klevjont anezan o lavaret en eur ziskouez Jezuz-Krist : « Setu aze Oan Doue. » Dioustu en em zistagjont dioutan evit heuilh Mab Doue. Heman, o vezan distroet, hag o welet aneze o vont war e lerc'h, a lavaras : « Petra glasket ? » Hag o respontjont d'ezan : « Rabbi, da lavaret eo, Otrou, pelec'h oc'h o chom ?» Lavaret a reas d'eze : « Deut da welet. » Hag ec'h ejont, hag e weljont pelec'h e oa o chom, hag e chomjont gantan en devez-ze. O vezan digouezet goude gant e vreur, Andre a lavaras d'ezan : « Kavet hon deus ar C'hrist, » hag e kasas Per da gaout Jesuz. Koulskoude, war-lerc'h ar wedalen gentan-ze, Andre ha Per a zizroas adarre d'o rouejou hag a dalc'has c'hoaz, eur pennad, war o micher goz, rak eun nebeut miziou goude, Jezuz a gouezas warne epad ma oant o teurel o rouejou er mor, ha neuze hepken eo e c'halvas aneze, evit mat, da vont gantan : «Deut ganin, emezan, ha me ho kraio pesketerien tud. » Raktal, eme an avieler, e kuitajont o rouejou hag ec'h ejont d'he heul. Pa veze c'hoant da gomz ouz Jezuz, ec'h ead da gentan da gât André, ar pez a ziskouez e oa unan eus ar re oa an tostan da galon hon Zalver. Goude ma pignas Jezuz-Krist en nenv, Andre a yeas d'embann e hano binniget er Sithi, en Tras hag en Akaï. Gonid a reas d'ar fe eun niver bras a dud, Koulskoude, n'hallas ket dont a benn eus ar gouarner Eje. Heman, zoken, a glaskas e lakat da ginnig eur zakrifis d'an doueou : « Me, eme an abostol, a ginnig bemde war an ôter, d'ar gwir Doue holl-c'halloudek, n'eo ket kig hag gwad loened mut, mes an Oan a zo ar zantelez dre natur, hag an Oan-ze, goude m'en deus ar bobl fidel debret e gorf, a chom bepred en e bez ha leun a vue. » Eje a yeas en kounnar o klevet ar c'homzou-ze hag a c'hiourc'hemennas teurel Andre er prizon. An de war-lerc'h e c'halvas anezan adarre dirakan, hag o welet n'halle gonid netra warnan, e kondaonas anezan erfin da vervel war ar groaz. Ar varnedigez-ze a laouennaas kalon an abostol, ha pa oad ouz e gas d'ar maro, e saludas e groaz a-ziabell, en eur lavaret : « O kroaz dudius, o c'houi hag a zo deut da vezan eun dra ken kaer abaoue m'eo bet staget ouzoc'h korf ma Zalver; o kroaz a oa ma zonj ennoc'h keit a oa kroaz am eus karet kement ha klasket hep paouez, setu c'houi eta prest d'am digemer ! Hastet lemel ac'hanon eus a douez an dud, mac'h in da gaout ma Otrou d'ar baradoz ! Hastet astenn d'in ho tivrec'h, mac'h in diwarne etre divrec'h an hini en deus ma frenet warnoc'h. » Penn sant André a oe digaset da Rom, en amzer ar pab Pi II, hag abaoue e virer en iliz Sant-Per. K E N T E L Sakrifisou an amzer goz, sakrifis an amzer neve Petra eo eur zakrifis ? Eur zakrifis a zo eun dra hag a rêr evit anaout galloud an Otrou Doue war e grouadurien. An den a ginnig eun dra en sakrifis a embann dre eno n'en em anave ket evit bezan ar perc'hen kentan war an dra-ze, e oar zo dreist-an eun ôtrou-all, a zo holl-c'halloudek en nenv ha war an douar. Piou a ginnig sakrifisou ? En kement bro zo tud enni o vevan, e kaver ar zakrilfs. Bezan zo bet poblou hep templou, evel ar C'hallaoued hag ar Vretoned, hon tud koz, mes n'eus kavet pobl ebet c'hoaz heb ôteriou, ha war an ôteriou-ze zo bet laket gwad da redek. Arôk sakrifis Mab Doue war Mene-Kalvar, an douar a-bez a oa beuzet er gwad, hag an dra-ze c'hoaz a c'hoarve er broiou ne weler ket enne kroaz vinniget Hon Otrou. Petra vije kinniget en sakrifis ? Kammed ne vije kinniget treo goue. Kinniget a vije bara, bleud, eoul, gwin, loened dariv hag, arôk pe goude eun darvoud bras, an den e-unan. En eur ger, kinniget a vije en sakrifis, an den, pe an treo tostan d'an den. Hag an treo kinniget a renke bezan gwerc'h ha dinam, goloët a zeiennou marellet hag a vleuniou lirzin, ha sammet a vezent eus pec'hejou kement hini o c'hinnige. Eur zakrifis, petra ro da anaout ? Ar zakrifis a ro da anaout tri dra : da gentan, e oar an den en deus pec'het hag eo bet «krouet er pec'hed.» (1) D'an eil, e kreder dre ar bed holl e c'hall unan paean evit eun all. D'an trede, e tigemer Doue an digoll kinniget d'ezan gant darn, on plas an dismeganz grêt d'ezan gant darn-all. Peseurt taluoudegez o devoa sakrifisou an amzer goz ? Dreze o-unan, sakrifisou an amzer goz n'o devoa talvoudegez ebet . « N'eo ket gwad loened, eme sant Pôl, eo a c'hall gwalc'hi ar pec'hed. » Ne dalvezent eun dra bennak nemet abalamour ma oant eur skecuden eus sakrifis Jezuz-Krist, kinniget, da gentan, war ar C'halvar, ha neveaet bemde dre ar bed holl, en kement lec'h ma zo eur beleg, gant eur banne gwin hag eun delien vara. Hennez eo ar zakrifis-meur, e teuomp, drezan, da anaout holl-c'halloud an Otrou Doue, da drugarekât anezan evel m'eo dleet, d'en em erbedi oulau en hon ezommou, ha da c'houlenn pardon digantan evit hon fec'hejou. An oferen eo Doue o tiskenn laouen warzu an den, hag an den o pignal heb aon warzu Doue. (1) Ar baganed hag ar Judevien o devoa aon rak Doue; he perak kaout aon rak Doue, nemet abalarnour ma n'em gavent ket dinem awalc'h ? Ne gredent toslât outan, nemet goloet a vijent gant gwad ar c'horfou lazet war an oteriou. Ha perak tostât evelse, nemet abalamour ma kredent en devoa ar gwad-ze gwalc'het o eneou ? Miz Kerdu AN AZVENT An Azvent eo, goude ar C'hoaraiz, haeran ha talvoudusan amzer a zo er bla. Gant an Azvent, e tigouez war an douar kelou eus ter donedigez Jezuz-Krist : e zonedigez 'barz an natur-den, e zonedigez barz an eneou hag e zonedigez daze ar varn, E zonedigez 'barz an natur-den Bezan eo an Azvent ar skouer eus ar c'hantvejou leun a hirvoudou hag a hirnez, pa oa ar bed o c'hortoz e Zalver. An Iliz a c'houlenn diganimp 'n em unani gant ar Brofeted ha sent an amzer goz, evit gervel ar Mesias, en eur ganan gante; a greiz kalon : Rorate, cœli, desuper, et nubes pluant Justum : Envou, shuilhet warnomp ho kiizen, ha ra gouezo eus ar c'hoummoul ar Jusf, evel ar glao. E zonedigez 'barz an eneou Jezuz-Krist a fell d'ezan genel ha kreshi en peb ene, dre e c'hras. Epad an Azvent, e teu da skei war dor pep-hini aneze, evet ma skoe gwechall war dorojou Bethleem, hag e c'houlen ha bezan zo plas evitan. Fellout a ra da bep hristen kompezi mat ar wenojen dirak e di ha digeri d'ezan frank an nor, rak Jezuz-Krist an eus c'hoant da zont da chom gant pep-hini ac'hanomp ha da ginnig d'imp eur mor a bep seurt madou. E zonedigez dre ar varn An Iliz eo strafuilhet he c'halon a vamm o sonjal en de ma vo gwelet an nenvou «o serri evel eul levr», ha Jezuz-Krist, dasprener an dud, o tont d'o barn. Gourc'hemen a ra eta d'he bugale lakat ive o zonj gant an donedigez-man leun a spouron, evit ma teuio, da vihanan, an doujanz d'ober d'ar garante diwan en o c'hreiz. «Eünet, kompezet an hent d'ar Zalver» setu ar ger a zo war he muzellou epad ar peder zun-man hag e lavar kouls d'ar pec'her evel d'an den just ! Doue a fell d'ezan dont en eneou, rak e goulz eo da dremen ha da skei war an dorojou. Tôlomp evez na vefe skrivet diwar hon fenn, evel diwar-benn tud Bethleem : «Ne oa ket a blas evitan en o zi.» Gwaz a ze ma ne ve ket digemeret hirie evel mignon, rak evel barner vo red hen digemer eun de. Kentan devez a viz Kerdu SANT TUAL Eskob (VIet kantved) Tual a oa ganet en Breiz-Veur, blaveziou divezan ar bempvet kantved. Koupaïa, e vamm, a oa c'hoar da Riwal, an hini a zavas rouantelez an Domnone [1], en Breiz-Izel. En em denn a reas en e yaouankiz en eur manati, ha dont a reas abred da vezan abad, gant eleiz a venec'h o vevan dindanan. Evel ma oa kalz a darempred, en amzer-ze, etre Breiz-Veur hag Iverzon, ec'h eas d'ober eun dro er vro-ze, ha chom a reas enni eur pennad. War-dro ar bla 515, ar Vretoned a deuas niverus en Bro-Arvor. Tual a heuilhas ive e genvroïz hag a reas e ziskenn en Konk-Leon, gant e venec’h hag eleiz a dud-all. E-touez ar re-man, e oa e vamm Koupaïa, e c’hoar Seva hag eun intanvez santel, he hano Maëlhen, a walc’he dilhad ar venec’h. Mont a reas da chom eun hanter-leo en douar-bras, el lec’h a hanver breman Trebabu [2], ha bezan en devoe eno, digant Derok, mab Riwall, peadra da zevel eur manati ; mes ne chomas ket pell ebarz. O welet pegement a ezom o devoa an Arvoriz da vezan kenteliet war gwirioneziou ar relijion, en em lakas da gelenn aneze, gant sikour daouzek eus e venec’h. Treuzi a reas Bro-Leon eus an eil penn d’egile. Redek a reas an Domnone a-bez. Prezek a reas dre holl komzou Doue, ha war e roudou, e tiwane ar miraklou. Gonid a reas eleiz a Arvoriz da Jezuz-Krist ; sevel a reas kement a ilizou hag a vanatiou, ma c’haller lavaret eo bet abostol brasan ar relijion gristen en Breiz-Izel. E-touez ar veleien santel a roë ar muian dorn d’ezan, e kavomp Laouenan [3], Ruelin, Kirek ha Briak. Kaeran manati a zavas a oe hini Landreger, hag eno eo e kare bezan an alïesan. Er mare-ze, Konomor a oa o trei fall. Da varo Iona, mab Derok, e timezas d’e bried hag e klaskas lazan e lez-vab Judual. A drugare Doue, e oe gallet kas ar prins yaouank en kuz da Bariz, da lez Childebert. Tual a ’n em gave neuze da vezan tostan kar ar roue Riwal, en Breiz-Izel. Awalc’h oa evit ma vije en hent ha golo da Gonomor ; heman ne gredas ket e lazan koulskoude ; kas a reas, avat, un an eus e vignoned, ar Ru, da hailhosât anezan muian m’hallje. Tual a ziskennas neuze en Bro-Wened. Eno e kavas Albin, eskob Angers, a ’n em ginnigas d’ezan da vont da gaout Childebert, da c’houlenn skoazel ouz e enebourien. Tual, eme Laouenan, a yeas da Bariz, gant an ôtrou Albin ha daouzek diskib ; eno e reas meur a vurzud. Rei a reas ar vue d’eun den maro. Kaset a oe kelou da Childebert eus ar pez a c’hoarveze, ha heman a bedas raktal Tual da vont d’e gât gant e ziskibien ; epad ma oant en o zav en e gichen, eur goulm a ziskennas eus an nenv war skoa an abad santel. Neuze ar roue a anavezas e oa eur zant dirakan ; stoui a reas d’e dreid, hen hag ar rouanez hag holl dud o lez. Goulenn a reas digantan petra glaske. Tual a lavaras : « Ne c’houlennan nemet eun dra, ma c’hellin miret didrous, me ha ma menec’h, ar peadra a zo bet roët d’imp gant tudjentil ar vro. » Childebert a roas e c’her d’e zifenn, ma vije ezom, hag a c’hourc’hemennas e zakri eskob. Goude, Tual a zizroas adarre da Landreger, lec’h ma c’hallas bevan didrous ar rest eus e vue. E varo a zigouezas war-dro ar bla 564. Sebeliet a oe en iliz e vanati, hag ar miraklou a c’hoarvezas endro d’e ve a embannas e zantelez. Sant Tual a zo pedet ouz an drouk-skevent hag evit pellât ar gwalinier a gasti. Bezan eo patron kêr hag eskopti Landreger, patron Pabu, ha patron Langoat, a-unan gant e vamm, eman eno he be. Bezan ’n eus, pe an eus bet, chapeliou eleiz dre ar vro : en Bear, Beurlidi, Logivi, Plistin, Plouaret, Plougonver, Plouneve-Moedek, Peurit, Prat, Kemper, Senven, Trabriant, Tregrom, Tregidel, Trezelan, Plouganou. (1) Ar rouantelez-ze a yee adalek ar stêr Kouesnon, en Bro-Dol, betek Penn-ar-Bed. Breiz-Vihan, tu an hanter-noz pen-da-ben, a oe eta oc'h ober anezi (2) Pabu pe bap, da lavaret eo, tad, a oa eul lezhanv roët da zant Tual. (3) Patron Treflaouenan, en Gorre-Leon. K E N T E L Breman n'eus ken a viraklou An dra-ze n’eo ket gwir. Miraklou a zo c’hoaz. Dalc’h-mat e klever hano eus a unan pe unan, a-gle hag a-zeou. Kement a c’hoarvo aneze, bep bla, en Lourd, ma c’haller lezhanvan ar gêr-ze, «Kêr ar Miraklou». Miraklou a zo eta, hag eleiz, hag en meur a lec’h, hag en meur a zoare. N’eus ket kement ha gwechall, gwir eo. Gwechall, prezegerien ar fe a renke lakat ar miraklou da zigeri hent d’o c’homzou. Ar Judevien a oa ken pennek, hag ar baganed ken diroll, ma n’o dije ket kredet biken e oa relijion Jezuz-Krist ar gwir relijion, panevert ma teuas ar miraklou da zigeri d’eze o daoulagad. Miraklou a zo eta, ha ma n’eus ket kement ha gwechall, eo abalamour ma n’eus ket kement a ezom aneze breman hag e oe gwechall. « Pa blanter goue yaouank, eme sant Gregor, e tourer aneze ac’han ma ve krog o gwriziou, mes kerkent ha ma vezont stag mat ouz o douar, e paouezer d’o doura. » Evelse, dour ar miraklou a goueze puilh, en amzer goz, war gwezen ar fe, p’oa neve blantet gant Hon Zalver Jezuz-Krist ; breman avatl, p’eo en em ledet ken stank he gwriziou en pevar c’horn ar bed. n’hallo birviken bezan diskaret ; gant se ar miraklou a vezo muioc’h distank. Awalc’h e vezo, koulskoude, ha kement hini a zello ouz tâl an Iliz a welo eman ganti ar wirione. Ne vije ket bet en he zav, kement-all a vrezel a rêr d’ezi, panevert m’eman Doue ouz he harpan. N’eus ken nemet ar re a stank o-unan o daoulagad, evit miret ouz ar sklerijen da vont enne, a gement a lavar n’ouzont ket en pe tu trei war hent ar vue. Eil devez a viz Kerdu Sant Alar pe Eler (1) Eskob Noyon (***-659) Alar a oa ganet en Chatelak, diou leo diouz Limoj, war-dro ar bla 588. E dud a oa pinvidik ha vertuzus, ha savet a oe gante en doujans Doue. Evel ma oa sur pôtr dornet mat, e oe kaset da Limoj, da zeski bezan orfebrer, hag e teuas buhan da vezan dispar war e vicher. Kloter II, roue Pariz, o vezan klevet hano anezan, hen galvas da vont d'e lez, hag hen kargas d'ober d'ezan eun trôn aour. Alar a reas daou, elec'h unan, gant an danve a oe roët d'ezan. Ar roue a oe souezet o welet kaerder al labour hag onestiz ar micherour. Diwar neuze, Alar a chomas en Pariz, hag eno e talc'has da labourât war e vicher. Gwelet a rêr e hano war ar peziou aour a oe grêt en amzer-ze; mes e vrasan plijadur oa ober archedou da lakat relegou ar zent. Prest goude ma teuas da chom da Bariz, e reas eur govezion jeneral, hag e kemeras ar mennoz start da ren eur vue kristenoc'h evit an evoa grêt betek neuze. Pa renke mont dirak ar roue, e touge dilhad sei, mes dindane e veze gantan eur zaë reunRei a rê d'ar beorien kement, en dije digant ar roue. Pa deue diavêzidi da c'houlenn pelec'h e oa o chom, e veze respontet d'eze : « N'ho peus nemet mont d'ar ru-man-ru, ha p'en em gavfet gant eun ti a vezo eun toullad peorien e-tal e zor, e c'hellfet lavaret : « aman eo ». Ober a rê eur bedennig bep gwech mac'h ee eus ar gêr ha bep gwech ma tizroe. Da varo Kloter, e vab Dagobert a dalc'has da gaout ennan ar fizianz en devoa e dad. Goulenn a rê e ali war aferiou brasan ar Gouarnamant ha war an treo a zelle outan e-unan. Alar a gemere e dro ac'hane evit trei ar prins war ar justis, an dousder hag ar relijion. Tud al lez, o welet pegen arru mat e oa gant ar roue, a gemeras droug outan, hag a zavas gwall gomzou en e eneb. Dagobert, elec'h selaou an teodou fall, a garas muioc'h-mui an den santel, hag a skuilhas e vadoberou warnan gant muioc'h a largente. Alar, avat, ne oe tamm 'bet pinvidikoc'h evit kelou ze; kreski a reas e aluzennou; rei a reas d'al leanezed eun ti kaer en devoa en Pariz, ha lakat a reas sevel abati Solignac, diou leo diouz Limoj, evit menec'h eus a Luxeuil. En amzer-ze, Dagobert a 'n em gemeras ouz Judikaël, roue Breiz, war digare m'oa bet eun toullad Bretoned oc'h ober eun tamm tro war zouarou e rouantelez. Sant Alar a deuas neuze en Breiz ha, dre e gomzou fur, e lakas ar peuc'h etre an daou brins. Judikaël hag eleiz a ôtrone vras eus Breiz a yeas da heul sant Alar, da welet ar roue Dagobert, da Greil. Eno e oe sinet ar peuc'h etre an diou rouantelez (636). Tri bla goude, da varo Aker, eskob Noyon ha Tournay, Alar, daoust ne oa ket c'hoaz den a iliz, a oe hanvet da gemer e garg. Sakret a oe en Rouan, er memes devez gant e vignon sant Ouan, d'ar zul arôk ar Yaou-Bask (640). Bezan e oe eun eskob eus an dibab, ha n'en devoa preder gant netra nemet gant silvidigez an eneou. Tud e eskopti, eleiz aneze, a oa c'hoaz divade p'en em gavas en o zouez; en em lakat a reas d'o c'helenn. Diskouez a rê, dreist-oll, e deneredigez evit ar re a chome pell d'ober skouarn-vouzar outan; mont a rê da welet o zud klanv, hag o c'hennerzi a rê en o ankeniou. A dam da dam, an dud goueze, o welet madelez an eskob santel, a garas anezan, hag a deuas da gemer skouer warnezan; ar re a veze gonezet a laboure da c'honid ar re-all, hag e vezent gwelet neuze o terri o idolou, o tiskar o zemplou hag o vont da c'houlenn ar vadeziant. Goude bezan gouarnet e eskopti epad ugent vla, sant Alar a varvas, leun a veritou, d'ar c'hentan a viz kerdu 659, oajet a zek vla ha tri-ugent. Sant Alar a zo enoret bras en bon bro; eur barouz a zo en eskopti Sant-Brieg hag a doug e hano; meur a skeuden an eus ive en bon ilizou ha chapeliou; pedet eo evit ar c'hezek. (1) E ouel a ve grêt on Iliz, pe d'an de kentan a viz kerdu, pe d'ar bemp warn-ugent a vezeven. K E N T E L An devosionou Pedi a rêr sant, Alar da dennan bennoz Doue war ar c'hezek. Bezan eo unan eus ar zent a zo karet ar muian gant ar Vretoned; evit darn, zoken, e tle tremen arôk an Otrou Doue, rak muioc'h a brez o deve, ar zul, da vont da zaoulinan dirak e skeuden, eget da stoui dirak Oter ar Zakramant. An dra-ze n'eo ket mat. Doue eo ar Mestr; ar zent, ar zervijerien. Adoromp eta ar Mestr, da gentan, arôk saludi ar zervijerien. Devosion a c'haller kaout d'ar zent. Eun dra gristen ha talvoudek eo o fedi hag o enori, mes an devosion d'Hon Zalver Jezuz-Krist, d'e Vamm zantel, ar Werc'hez Vari, ha d'e dad-mager, sant Jozef, a dle bezan, da gentan, en hon c'halon. Goude-ze, avat, e c'hallfomp pedi hag enori ar zent, muioc'h pe nebeutoc'h an eil eget egile, herve ar vicher a reomp hag ar vro a vevomp enni. Goulemi a c'hallfomp digante, zoken, madou ar bed-man, gant ma vezo bolonte Doue o gwelet o tont d'imp, ha gant na virfont ket ouzimp d'ober hon zilvidigez. Trede devez a viz Kerdu Sant Fransez Xavier Patron Breuriez ar Fe (1506-1552) Ar zant-man a zo ganet en rouantelez Navarr, er Sagn. Digaset a oe da Bariz evit ober e studi. D'ar mare-ze, Xavier ne oa tamm jalet gant Doue bag e ene ; ne glaske nemet plijadur hag enoriou. Dont a reas d'ober anaoudegez gant eun den yaouank, hanvet Ignaz Loyola, a oa ive oc'h ober e studi. Ignaz a oa rannet e galon o welet Xavier ken stag ouz treo an douar, ha ne baoueze da lavaret d'ezan ar pez a lavare gwechall Hon Zalver Jezuz-Krist d'e ziskibien : « Petra dalv d'an den gonid ar bed holl ma teu da goll e ene ? » Tarn ha tam, ar c'homzou-ze a ziskennas don en kalon Xavier, hag an den yaouank a reas e zonj d'en em denn en eul lec'h distro ; pa oe echu e retred gantan, oa chenchet evel eun all en e blas. Sant Ignaz a oa o paouez sevel Kompagnunez Jezuz : Xavier a oe eus ar re gentan a c'houlennas bezan digemeret enni, ha diwar neuze ne glaskas bemde nemet sevel uhelloc'h en skeul ar zantelez. Bezan oe didrue meurbed ouz e gorf ; chom a rê a-wechou daou, tri devez, hep dibri tamm, hag en em skourjezan a rê betek ar gwad. Kousket a rê bepred war ar c'halet, ha c'hoaz e bennad kousked ne veze ket hirr. Sant Ignaz hen kasas d'an Indez evit prezek an Aviel, hag ar pab a roas d'ezan galloud eur c'hannad abostolik. Xavier en em lakas en hent, kentan m'hallas, hep kimiadi zoken diouz e vamm, daoust ma tremenas dre gichen he maner. Fellout a reas d'ezan kregi gant e vicher a visioner war al lestr hen c'hase d'ar broiou pell. Bemde e rê katekiz d'ar vartoloded, ha d'ar zul e prezege d'eze. Doue a skuilhas e vennoz war e labour, ha gant sikour e c'hras, e teuas a benn d'ober d'eze dilezel o c'hustumanchou fall ha da lakat eun urz eus ar c'haeran en o zouez. Kaout a reas an Indez en eur stad truezus. Kalz kristenien eus an Europ a oa deut di evit dastum danve ; siouaz ! ne heuilhent mui o relijion, hag ar baganed a veve evel loened. Xavier ne fallgalonas ket : stagan a reas dioustu gant al labour ; en em lakat a reas da redek ar vro eus an eil tu d'egile, bepred war droad hag alïes diarc'hen. Den n'hall niveri an dud a vadezas (1) ; n'eo ket a gantchou, mes a vilierou e konter aneze ; hag en o zouez meur a roue. Ha n'eus ket ezom da vezan souezet, rak ar misioner santel a brezege gant kement a dan hag a nerz, ren a rê eur vue ken santel ma teue buhân da c'honid ar c'halonou ; hag ouspen, Doue a roas d'ezan ar c'halloud d'ober miraklou. Eun devez e prezege d'eur boblad tud a rê skouarn-vouzar d'e gomzou. Goulenn a reas ha ne oa ket eur c'horf maro en eun tu bennak. Digaset a oe unan d'ezan, a oa beziet abaoue an de rôk. En em deurel a reas d'an daoulin hag en em lakat da bedi ; nebeut goude, an den maro a zave, leun a vue. Kerkent an holl a c'houlennas ar vadeziant. Eus an Indez, Xavier a yeas d'ar Japon, hag eno e reas ive da galz a dud en em ober kristen. Karet en dije c'hoaz mont betek ar Chin ; kouezan a reas klanv en Sansian, ha d'an eil a viz kerdu 1552, e ene kaer a nije d'ar baradoz. Pi X en deus hanvet sant Fransez Xavier patron Breuriez ar Fe. Den n'hallfe lavaret re a vad eus ar vreuriez-ze, hag an holl gristenien a dlefe lakat o hano enni. An holl n'int ket galvet da vont da brezek ar fe, mes an holl a c'hall rei an dorn d'ar misioner kalonek, en eur ziouered eun draïk bennak hag en eur bedi evitan. Evel a lavar person Arz, en eur zovetât eneou ar baganed, e sovetaomp hon re hon unan. (1) E-unan e vadezas war-dro pevar-c'hant mil den. K E N T E L Ar beleg mat Sant Fransez Xavier, eme eur skrivanier koz, a oa holl da Zoue, holl d'an nesan, holl d'ezan e-unan. I. — Holl oa da Zoue. N'en devoa nemet eur c'hoant, karet Doue ha dougen ar re-all d'e garet eveltan. Nebeut arôk e varo, e lavare oa e c'hoant gonid ar Chin a-bez da Jezuz-Krist, dizrei goude d'an Europ, da stourm ouz an herezi hag an dizurz, redek an Afrik, ha diskenn adarre en Azi, da welet hag hen a gavje er vro-ze rouanteleziou neve da brezek enne ar fe. Petra eo hon c'harante-ni evit an Otrou Doue, en kichen hini Fransez Xavier ? II. — Holl d'an nesan, sant Fransez Xavier a gemere preder gant korf e nesan ha gant e ene ; gant e vue er bed-man ha gant e vue er bed-all. Lavaret a vije bel ne oa deut war an douar-man nemet evit sikour kement hini a wele er boan. Lavaret a vije en devoa iskili da nijal war-lerc'h an eneou. Souezus eo an dud en deus kelennet, badezet ha kaset d'ar baradoz, epad an dek vla m'eo bet er broiou digristen. Ha ni, daoust hag alïes, elec'h dougen hon nesan war hent ar baradoz, n'hon deus-ni ket e zouget war hent an ifern, dre hon c'homzou hag hon skoueriou fall ? III. — Holl d'ezan e-unan. Daoust pegen troet oa gant silvidigez e nesan, sant Fransez Xavier n'ankouae ket e zilvidigez e-unan. En Goa, evit kaout eul lec'h didrous d'ober e bedennou, en em denne en tour e iliz, epad div heur bemde. Gouzout a rê ervat, seul paouroc'h e vije e zantelez, ha seul disteroc'h e vije ar zantelez a ziwanje endro d'ezan. Ha ni, daoust ha ne chomomp ket awechou, deveziou a-bez, war digare m'hon deus eleiz a dreo d'ober, hep kinnig hon c'halon da Zoue, ha daoust ha n'en em dôlomp ket zoken, eun dro bennak, war hon gwele, hep lavaret na pater na noster ? Pevare devez a viz Kerdu Sant Per Krizolog Eskob ha doktor eus an Iliz (***-450) Ar zant-man a zo ganet en kêr Imola, en Itali, hag a zo bet lezhanvet Krizolog, abalamour ma oa eur prezeger dispar. E eskob, oc'h anaout e furnez hag e skiant, hen greas avieler. Arc'heskob Ravenn a varvas nebeut goude; ar veleien, a-unan gant ar gristenien, a zibabas eur beleg evit derc'hel e blas, ha herve ar c'hiz d'ar mare-ze, a gasas kannaded da Rom evit rei kelou d'ar pab ha goulenn e asant. En o zouez e oa Per Krizolog. An abostol sant Per hag ar merzer sant Appoliner a 'n em ziskouezas da Zixt III, hag a, roas urz d'ezan da hanvan an avieler Per da arc'heskob. Pa zigouezas ar gannaded en Rom, ar pab a zisklerias d'eze n'eo ket an hini o devoa dibabet, mes an avieler Per eo a vije o eskob. Ar re-man ne oant ket jalet d'hen kemer, mes, p'en devoe ar pab kontet d'eze ar pez a oa c'hoarvezet, e plegjont gant joa da volonte an Otrou Doue hag e tiskouejont kalz a zoujanz d'o eskob neve. Per a oe grêt eun digemer kaer d'ezan en Ravenn gant an impalaer hag ar bobl, ha lavaret a rê d'eze : « Ne c'houlennan diganec'h nemet eun dra; me am eus sammet war ma diouskoa eur zamm ponner; d'ho tro, heuilhet Lezen Doue ha bezet sentus ouz kement a c'hourc'hemennin d'ec'h eus e beurz. » N'espernas nag e boan nag e amzer evit kelenn e bobl war ar pez a dle gouzout. C'houezek hag eiz-ugent eus e brezegennou a zo deut betek ennomp. Karet a rê, dreist-oll, alian ar gristenien da zakramanti alïes : « Korf Jezuz-Krist, emezan, a dlefe bezan hon magadurez pemdeziek.» Ne skuize kammed o prezek d'an dud o devoa ezom da bedi ha d'ober pinijen; ha d'ar re ne oant ket krenv awalc'h da yun epad ar c'hoaraïz, e lavare : « Grêt aluzen, p'eo gwir n'hallet ket yun. » Ar zant a gavas eur c'hiz fall en Ravenn. An dud a oa troet gant ar c'hoariou difennet. Pignal a reas er gador, hag e gomzou a oe ken nerzus ma c'hallas terri ar c'hiz fall-ze. « An neb, emezan, a fell d'ezan tanva er bed-man plijadur an diaoul, ne vo ket eürus gant Jezuz-Krist er baradoz. » Eun devez ma oa o prezek, e teuas da goll e vouez. Ken raouiet oa deut da vezan ma n'halle mui lavaret ger. Kement hini a oa en iliz a 'n em lakas da ouelan ha da c'houlenn pardon eus e bec'hejou, hag ar zant da drugarekât Doue evit ar pez a oa c'hoarvezet gantan, abalamour an dra-ze an evoa skoet eun tol ponneroc'h en kalon ar re a oa ouz e selaou, eget n'o dije grêt e gomzou. Sant Per Krizolog, o welet ar maro o tostât, a yeas da Imola evit pedi sant Kasian, patron ar gêr-ze. Eno e kouezas klanv hag e varvas, d'an eil a viz kerdu eus ar bla 450, goude bezan gouarnet e eskopti epad triouec'h vla. SANTEZ BARBA Ober a rêr hirie ive gouel santez Barba, merzeriet en broiou ar zav-heol en kantvejou kentan an Iliz. Pedi a rêr anezi evit bezan diwallet diouz an tan, ar c'hurun, ar maro prim, ar seiz pec'hed marvel, hag evit goulenn ar c'hras da gaout ar zakramanchou arôk mervel. K E N T E L Eur zant, trist a zo trist e santetez « An hini ne fell ket d'ezan kemer e-unan, na lezel ar re-all war e dro da gemer tamm plijadur ebet, a zo en e galon, eme sant Fransez a Zal, eun tech fall eus ar re fallan. » Rak, herve ma lavare gwechall an Otrou Guillou : Heb eur begad pebr ha hôlen, Eo meurbed goular ar zouben; Er giz-ze, ma n'ho peus bemdez, Nemet labour tenn hag enkrez, E vo divlas ho teveziou : Red eo plijadur a-wechou. Red eo diskuizan beb an amzer. Ar c'horf hag ar spered n'eo ket dir ha houarn int; n'int ket goest da badout, hep paouez eur pennad bennak gante. Mes evel ma zo poan ha poan, poan hag a dalv da brenan hon flas er baradoz, ha poan hag a dalv da brenan hon flas en ifern, zo ive plijadur ha plijadur; plijadur hag a dalv evit ar baradoz, ha plijadur hag a dalv evit an ifern. Rak-se 'ta, arôk kemer hon lod en plijaduriou ar vue-man, eo red d'imp teurel evez oute ha mont d'eze gant furnez, sapienter, evel ma lavar d'imp ar Spered-Santel. Gant furnez, da lavaret eo, o c'hemer pa ve ar mare d'hen ober, ha nan pa ve ar mare da labourat, da gousket pe da bedi. Gant furnez, da lavaret eo c'hoaz, kemer ar re hepken n'hallont ober droug ebet d'hon zilvidigez. Gant furnez, da lavaret eo, kemer, kentoc'h, ar re aneze a. c'hall, ouspen didui, ober vad d'ar spered ha d'ar galon, evel mac'h eo ober eur bale, lenn eul levr kaer, pe selaou displegan eur pez-c'hoari plijadurus ha skouerius bennak. Pempvet devez a viz Kerdu SANT SABAS Abad (439-532) Sabas a oa ganet en Mutalask, er C'happados, er bla 439, hag a 'n em dennas en e yaouaukiz en manati Flavinia. Eno ne zaleas ket da vezan eur skouer evit e holl genvreudeur. Eun devez ma oa el liorz o labourat, en em gavas gant eur wezen hag a oa goloet a avalou eus ar re gaeran; ha setu hen ha kutuilh unan, daoust ma ne oa ket deut c'hoaz heur ar pred; mes kerkent, o welet e oa o vont da rei tro d'e gorf da gemer plegiou fall, e frikas e aval dindan e dreid, hag evit en em drec'hi gwelloc'h a ze, e reas le da chom hep dibri frouezen ebet ken ar rest eus e vue. Da driouec'h vla., e kuitaas Flavinia hag en em dennas en eur manati-all a oa eur peder pe bemp leo diouz Jeruzalem. Evel ma oa krenv, e sikoure e vreudeur en o holl labouriou. Kerc'hat a rê d'an ti ar c'heuneud hag an dour a veze ezom; serviji rê ar re glanv gant ar brasan trugare. Da dregont vla, e c'hoantaas bezan lezet d'en em denn e-unan, en eur c'havarn, pemp devez er zun. Roët a oe d'ezan ar pez a c'houlenne. Kuitât a rê ar manati d'ar zul da noz, gant eur zamm bodou palmez, d'ober ruskennou : d'ar zadorn war-lerc'h e tizroe d'ar gêr gant an hanter-kant rusken en dije grêt epad e zun. Pemp bla a dremenas oc'h ober ar vicher-ze. Divezatoc'h en em dennas en eur c'havarn-all a oa war gern eur mene uhel 'us d'ar Sedron. Tud a deuas di da c'houlenn bezan e ziskibien; Sabas a zavas evite eur manati, gant eur chapel en e greiz. Deski a reas d'e venec'h trec'hi o zechou fall, dizolo touellerez an drouk-spered, ha bezan aketus d'arbeden. D'an oad a dri bla ha hanter-kant, e oe beleget gant Sallust, eskob Jeruzalem. Ar vrud eus e zantelez a yee war greski, hag eus a bell e teue diskibien da vevan en e gichen; en o zouez e oa tud eus an Armeni. Sabas a roas d'eze eur chapel, elec'h ma kanent o-unan an ofis, en o yez; mes evit an oferen, e teueot d'an iliz gant ar re-all. Da varo Sallust, er bla 493, menec'h Sabas a 'n em zavas en e eneb, hag a yeas d'ober klemm anezan da Elias, eskob neve Jeruzalem. An abad santel, o welet petra dremene, a 'n em dennas sioul ha didrous, en eur lavaret e oa red stourm, hep paouez, ouz an drouk-spered, ha plegan a-wechou d'an dud, dre garante evit ar peuc'h. Mont a reas eta, e-unan-penn, da chom en eul lec'h goue ha distro; hag o vezan kavet eur c'havarn, ec'h eas ebarz da dremen an noz, hep goût e oa eul leon o chom enni. An aneval a deuas war-dro hanter-noz, hag o vezan kavet ar zant gourvezet en e blas, e krogas goustadik en e zilhad da jachan anezan er-mêz. Sabas a zihunas, hag a 'n em lakas da lavaret a vouez uhel ofis an noz. Al leon ouz e glevet a dec'has; mes dal ma paouezas e beden gant ar manac'h, e tizroas adarre, hag o vezan tapet krog en traou e zilhad,, e klaskas e ruzan a-bouez e zent. Neuze Sabas a lavaras d'ezan e oa bras awalc'h ar c'havarn evit lojan aneze o-daou. An aneval a yeas neuze gant e hent, hag a lezas an abad didrubuilh d'ober e gousk en e lochen. Koulskoude, war urz Elias, Sabas a zizroas d'e vanati, ha dre e garante, e lakas e venec'h da zont enne o-unan ha da zenti outan. Petra bennak ma oa e vrasan plijadur bevan pell diouz trouz ar bed, ec'h eas, hep marc'hata, a-benn diou wech, da Gonstantinopl, evit difenn ar relijion, ha bezan en devoe bep tol e c'houlen digant an impalaer. Mervel a reas ar 5 a viz kerdu 582, en e bevarzek vla ha pevar-ugent. K E N T E L Yan an holl ezommou An den, pa zent dalc'h-mat ouz e gorf, a deu da groui ennan ur bern ezommou. En em gustumi 'ra d'en em wiskan tomm, hag e teu da gaout ezom da zougen eur zamm dilhad war e gein; en em gustumi 'ra da zibri ha da evan etre e brejou, hag e teu hag e karfe bezan o lipat eun dra bennak 'pad an de; en em gustumi 'ra diouz an evachou krenv, hag e teu hag e rofe e lagad evit kaout eur banne; en em gustumi 'ra diouz ar butun, hag e teu hag e rafe eul leo evit kaout eur c'hornedad; en em gustumi 'ra diouz kant ha kant tra evelse, hag e c'hallfe tremen heb-e, hag e teu da vezan Yan an holl ezommou. N'eo ket evelse e rê ar zent; elec'h ober diouz o c'horfou, e c'hourc'hemennent d'eze, ha ze ne vire ket oute da vezan yac'hoc'h ha da vevan kosoc'h eget ar re a goll o amzer o c'hoari an dro d'eze o-unan. Eul loen mat eo ar c'horf da zougen an ene d'ar baradoz, gant ma vezo kabestr en e benn; ahendall e roo lamm d'an neb a vezo warnan. C'houec'hvet devez a viz Kerdu SANT NIKOLAS Eskob Myr Nikolas eo mignon ar vugale, gloar an dud yaouank, splander ar veleien ha sklerijen an eskibien; ar bed holl a ra e veuleudi, hag an nenv, kouls hag an douar, a embann e vurzudou. Genel a reas en Azi-Izelan. Adalek e vugaleach, e viras yun ar merc'her hag ar gwener, evel m'oa gourc'hemennet en amzer-ze gant an Iliz. Abred e wiskas saë ar venec'h, en eur manati, demdost da gêr Myr; bras oa e garante evit an dud reuzeudik. War a lavarer, e sikouras ter blac'h yaouank a oa o vont da goll o enor, dre n'o devoa ket a beadra da zimezi herve o renk, ha gant ar pez a roas d'eze e c'halljont ober dimeziou dereat. En Myr e oa eun arc'heskopti, eleiz a eskoptiou stag outan; da varo an arc'heskob, Nikolas, deut da vezan abad er manati oa 'n em dennet ennan, a oe hanvet da bignal en e blas. Ar c'halloud en devoa d'ober miraklou; santelez dispar e vue, e aked evit gloar Doue ha silvidigez an eneou, a vrudas dre holl e hano. Bezan e oa en Konsil Nise, elec'h ma oe kondaonet Arius; mervel a reas en Myr war-dro ar bla 342. E gorf a oe sebeliet en e iliz-veur. Savet oe eleiz a ilizou en e enor, zoken, en broiou ar c'huz-heol, arôk ma oe digaset e relegou da gêr Bari. En amzer ma oa ar Vuzulmaned o klask astenn o galloud dre ar bed, tud a vor eus Bari a yeas gant tri lestr trezek ôchou an Azi. Diskenn a rejont tostan m'halljont da Vyr. En eur redaden, e tizjont ar gêr-ze, hag endra ne oa den war evez, ec'h ejont d'an iliz-veur, e torjont be sant Nikolas, hag e tigasjont gante e relegou. Tud Myr, pa weljont al laeronsi a oa c'hoarvezet, a redas war-lerc'h al laeron hep gallout o zapout. Ar re-man a 'n em gavas en Bari gant o zenzor, an 9 a viz mae 1087, hag a zougas anezan raktal da iliz Sant-Stephan. En devez-ze dioustu, tregont den klanv a 'n em gavas pare o pedi an ôtrou sant Nikolas; abaoue, ar vrud eus e vadelez hag eus e c'halloud a zo et a-bell bro, hag eleiz a dud ave bep bla o pardonan en Bari. K E N T E L Ar vugaligou Ar c'hiz a zo da lavaret : « Ar vugale ac'han, ar vugale a lez-hont. » Bugale ha bugale a zo breman, evel n'eus bet biskoaz; bugale troëtoc'h war ar vad, dre m'eo bet silet d'eze en o gwad gant o zud. N'eus douar ebet, n'eus forz pegen fall vefe, ha n'hellfed ket lakat da zougen frouez, gant poan hag amzer. N'eus krouadur ebet, kennebeut, ha n'eus forz pegen skanv-benn e vefe, n'hellfed ket digas ennan eur wellaën bennak, a-bouez poanial gantan. Mar deo eta diroll ar vugale, an tad hag ar vamm a c'hall lavaret o mea culpa. Rak ar vugale a ve en bras ar pez ma vezont lezel da vezan a vihanik gant o zud. Nebeut a drec'h natur; unanik bennak hen gra, mes distank int. Tadou ha mammou, ma karet ho pugale, digoret d'eze abred o sperejou hag o c'halonou; desket d'eze anaout ha karet an Otrou Doue; ar beden desket war barlen ar vamm a chom skrivet er galon; bugale pemp bla, en tiegeziou 'zo, a oar muioc'h a gatekiz evit bugale dek vla en tiegeziou-all. Desket d'eze karet ar bleuniou a vousc'hoarz ouzimp eus an douar, ar stered a vousc'hoarz ouzimp eus an nenv; al loened, ar zervijerien mut-ze a vev war hon zro; an nesan. Desket d'eze rannan an traouigou a roët d'eze, gant bugale-all o oad : Gwell eo rannan etre dek Eget lezel unan heb. Pardoni a rêr d'eur bugel ha n'en deus ket a spered; elec'h eur bugel ha n'en deus ket a galon, ne ve ket gouzanvet en neb-lec'h. Penôs-e teuio ho pugale da gât kalon, ma ne zesket ket aneze da vezan madelezus ? Seizvet devez a viz Kerdu SANT AMBROAZ Eskob ha doktor eus an lliz (***-397) Ar zant-man a oa ganet en Trêv, war-dro ar bla 340. E gerent a oa pinvidik hag a ligne uhel, hag an impalaer Konstantin en devoa laket e dad da c'houarn hon bro, a oa d'ar mare-ze dindan galloud ar Romaned; kristenien vat oant ive, hag eur plac'h yaouank eus ar familh he devoa skuilhet he gwad evit Jezuz-Krist. Goude maro he fried, mamm Ambroaz a deuas da Rom evit gallout êsoc'h a ze skola he bugale. Peurc'hrêt gantan e studi, Ambroaz a oe hanvet da c'houarner kêr vras Milan. Pevar bla so e oa er gêr-ze, pa deuas an eskob Auxans da vervel. Pobl Milan hag an eskibien diwar-dro a 'n em zastumas en eun iliz evit hanvan eun all en e blas; mes n'hallent ket en em glevet, ha kelou a oe kaset d'ar gouarner e oant en em rannet en diou gostezen, hag an eil a oa ken kounnaret ouz eben ma oant prest d'en em gannan. Ambroaz a deuas d'an iliz evit lakat ar peuc'h. Komz a reas gant nerz, mes ive gant dousder; an holl hen selaoue gant evez, pa oe klevet eur pôtrig yaouank o lavaret : « Ambroaz da eskob ! » Kerkent ar bobl a youc'has a bouez penn : « Ambroaz da eskob ! Ambroaz da eskob ! » Ambroaz ne felle ket d'ezan kredi ar pez a gleve, rak ne oa ket c'hoaz badezet. Biskoaz n'en devoa son jet bezan beleg; hag an impalaer Konstantin en devoa difennet ouz an dud en karg reseo an urziou sakr. Diskouez a reas eta ne felle ket d'ezan, evit priz ebet, bezan eskob. Epad an noz e kuitaas Milan, mes ken tenval oa ma ne ouie ket pelec'h ec'h ee, ha pa zavas an de, e welas e oa dizroet adarre da gichen kêr. Kaset a oe kelou d'an impalaer, ha Valantinian I a skrivas e-unan eul lizer d'e c'houarner, hag el lizer-ze e lavare d'ezan e oa bet meurbed eurus o klevet ar pez a oa digouezet. Diwar neuze, Ambroaz ne enebas mui ha, dindan eiz devez, e oe badezet, beleget ha grêt eskob. Goude-ze ne reas nemet studian ar Skritur-Zakr, pedi ha labourât da zovetât an eneou. Nebeut amzer a roë d'ar c'housked, hag alïes ne gemere tamm arôk an abarde. Poanial a reas, dreist-oll, da zifenn ar fe katolik eneb an Arianed hag an heretiked a oa en e eskopti, ha dont a reas a benn, dre e brezegennou, da lakat eun ni ver bras aneze da zistrei ouz Doue; unan eus ar re vrudetan aneze a oe Augustin, a zo deut da vezan eur zant hag eun doktor bras en Iliz. Ambroaz ne varc'hataas ket da zerc'hel penn d'an impalaer Theodoz, en devoa grêt lazan 7.000 den eus Thesalonik, abalamour tud ar gêr-ze a oa 'n em zavet eneb e ofiserien. An eskob a skrivas d'ezan dioustu evit e alian d'ober pinijen, ha disklerian reas d'ezan ne vije ket lavaret an oferen dirakan, keit n'en dije ket goulennet pardon digant Doue. An impalaer ne reas ket kalz a van eus al lizer-ze, hag eun nebeut deiou goude, e fellas d'ezan mont en iliz evel ar gristenien-all. War an treujou, e kavas ar zant, gwisket gantan e zilhad-oferen : « N'et ket pelloc'h, emezan. Penôs e kredet-hu klask mont en ti an Otrou Doue goude eun torfed ken bras ? Penôs e c'hallet-hu evan gwad Hon Zalver Jezuz-Krist, c'houi hag ho peus grêt lazan kement a dud ha ne oa netra da damall d'eze ? En em dennet eta evit n'ho pezo ket eur pec'hed muioc'h war ho konsians ! » An impalaer ne gredas ket mont en iliz, hag epad eiz miz ne oe darempred ebet etrezan hag an eskob. Koulskoude, gouel Nedeleg a dostae. Theodoz a oa meurbed tenval e benn. « Ha penôs, emezan eun devez d'e vrasan mignon, penôs e vefen laouen ? Al laeron a c'hall mont en iliz da bedi Doue; ouzin-me hepken au nor a zo serret ? Hag ouspen, n'hallan ket ankouât komzou Jezuz d'e Ebestel : « Ar pez ho pezo pardonet war an douar a vezo pardonet en nenv. » N'halle mui harz, hag eun devez e kemer hent an iliz. Ambroaz a oa war an treuzou. - Petra glasket ? emezan raktal d'an impalaer. - Ne glaskan, eme Dheodoz, nemet ar pardon, ha pedi a ran ac'hanoc'h da rei d'in ar pez a roët d'ar brasan pec'herien; gourc'hemennet d'in ar binijen a garfet, hec'h ober a rin. An eskob kalonek a roas d'ezan eur binijen, ha goude e tigoras d'ezan dorojou an iliz. « Ambroaz hepken, a lavare divezatoc'h Theodoz, en deus diskouezet d'in petra eo eun eskob. » Sant Ambroaz en deus skrivet ive kalz levriou kaer. Mervel a reas ar 4 a viz ebrel 397. Bras eo e c'halloud en nenv, evel ma oa war an douar. E ouel hag e ofis a ve grêt ar 7 a viz kerdu, abalamour ma 'z eo bet sakret eskob da genver an de-se. K E N T E L Kenteliou sant Ambroaz Da gentan. — Ked eo gouzout pegouls tevel, evit gallouit prezek mat. D'an eil.— Eur spered es hag eun doare chentil a blij da beb unan hag a c'hone kalonou an holl. D'an trede. — En eur drec'hi e dechou fall e tiskuiez an den eo mestr d'ezan e-unan. D'ar pevare. — Ar c'hristen a dle ober pep tra evit Doue, ma fell d'ezan e teufe pep tra da vat gantan. Eizvet devez a viz Kerdu Gouel Konsepsion dinam ar Werc'hez Vari Eur burzud bras a zo bet gwelet en nenv; eur plac'h gwisket gant bannou skedus an heol; al loar dindan he zreid, ha war ne fenn eur gurunen a zaouzek stereden. An Iliz a lavar ar c'homzou-ze eus ar Skritur-Zakr diwar-benn ar Werc'hez Glorius Vari, Mamm Jezuz; mes ne roont da intent nemet eur skeuden dister eus gloar an Hini 'zo bet dibabet da vezan Mamm da Zoue. Rak ma 'n eus Doue krouet an heol ken skedus ha laket ennan tomder ha sklerijen evit tomman ha sklerijenni an douar; ma 'n eus Doue krouet al loar ken dous ha roët anezi d'imp evit laouennât an noz; ma 'n eus Doue hadet en oabl eun niver divent a stered evit perlezenni mantel an denvalijen; ma 'n eus Doue grêt ken kaer an treo-ze ha n'o deus na bue, na spered, treo n'int nemet eur boultren kouezet eus e zaouarn, petra n'evo ket grêt evit an Hini a zo bet dibabet gantan, a holl-viskoaz, evit bezan e Vamm ? Ar Werc'hez, galvet d'an enor dispar da vezan Mamm da Zoue, a renke bezan, adalek an heur gentan, ar c'haeran hag ar zantelan eus an holl grouadurien. Ne vije ket bet dereat gwelet enni, en mare ebet eus he bue, an disteran tarchaden. Doue an Tad he anaveze a holl-viskoaz evit e Verc'h binniget dreist an holl merc'hed; Doue ar Mab he anaveze evit e Vamm, karet dreist an holl mammou; Doue ar Spered-Santel he anaveze evit e Bried, santel dreist an holl briejou. Rak-se, « eo bet gwisket d'ezi saë ar zantelez; war he diouskoa eo bet tôlet mantel ar justis, hag evel eur pried karet, he dilhad zo bet perlezennet gant mein presius an holl vertuziou.» Ar Werc'hez, a dlee bezan trec'h d'an drouk-spered, a dlee tlastran d'ezan e benn, a dlee lakat ar bennoz 'lec'h m'en devoa hen digaset ar malloz, a dlee lakat ar vue 'lec'h m'en devoa hen laket ar maro; ne oa ket eta dereat e vije bet, en mare ebet eus he bue, dindan galloud an drouk-spered; ne oa ket dereat e vije tizet, an disteran, gant'ar pec'hed orijinel; ne oa ket dereat e vije bet diwanet en ni mammen ar pec'hed, fomes peccati, a lak ennomp-ni holl brezel etre ar c'hig hag ar spered. Mari a renke bezan dinam en pep doare, adalek ma oa krouet; hon rezon hen lavar uhel. An Aviel hen lavar ken uhel-all. Klevet an arc'hêl Gabriel o komz outi, pa deuas da zigas d'ezi ar c'helou e oa bet dibabet evit bezan Mamm Salver ar bed : Ave, gratiâ plena, Dominus tecum, benedicta tu in mulieribus... Me ho salud, o leun a c'hras... Ar memes niver a c'hrasou a zo bet en Jezuz-Krist, evel den, a zo bet ive en e Vamm ar Werc'hez, daoust ma ne oant ket deut d'eze dre ar memes hent; Jezuz-Krist an evoa aneze dre wir, evel Doue; ar Werc'hez Vari he devoa aneze dre vertu ar renk uhel oa galvet da zerc'hel evel Mamm da Zoue. Lavaret a c'hallomp : drezi ar baradoz a zo bet digoret hag an ifern klozet; drezi Doue zo bet anavezet, ar sperejou sklerijennet; drezi ar peuc'h zo deut war an douar d'an dud a volonte vat; drezi ar siou fall zo bet diarbennet, an urz vat diazezet; Hi zo bet hanterourez etre an nenv hag an douar, rak an Otrou Doue a oa ganti, ha ni hon deus bet anezan diganti. Ne vije ket bet Doue ganti abaoue ar penn kentan, ma ne vije ket bet dinam ha leun a c'hras abaoue ar penn kentan. Mar deo binniget dreist an holl gwrage, eo dre mac'h eo bet dishenvel diouz an holl gwrage, en he C'honsepsion dinam. An Iliz, kelennet gant ar Spered-Santel, he deus bet bepred ar mêmes kreden. Hed an holl gantvejou, he deus lezet he Doktored da zeski d'an dud eo bet ar Werc'hez Vari konsevet hep pec'hed; laket he deus ober goueliou en enor d'ar mister-ze; staget he deus induljansou ouz an devosion-ze; ôtreet he deus gant kêriou, gant rouanteleziou, gant urziou menec'h ha leanezed en em lakat dindan skoazel ar Werc'hez enoret dindan an hano-ze; lezet he deus ober hano, en pedennou an oferen hag el litaniou, eus ar privilach kaer-ze; tamallet he deus an Doktored a c'hoantaas enebi ouz ar greden-ze. Rak-se, d'an 8 a viz kerdu 1854, ar pab Pi IX, oc'h anaout kreden an holl eskibien, beleien ha tud fldel, goude kalz pedennou kinniget da Zoue, bodet endro d'ezan an holl gardinaled, eun niver bras a eskibien deut da Rom eus pevar c'horn ar bed, hag eur bobl diniver a dud fidel eus a bep bro, eo deus diskleriet evel eun artikl eus hon fe, eo bet ar Werc'hez Vari diwallet diouz ar pec'hed orijinel, abaoue ar mare kentan m'eo bet konsevet. Nebeutoc'h evit pevar bla goude-ze, d'ar bemp warn-ugent a viz meurz 1858, ar Werc'hez Vari a 'n em ziskouezas en Lourd hag a 'n em hanvas he-unan : « Me eo ar Gonsepsion dinam. » K E N T E L Peden da Vari konsevet hep pec'hed Gourc'hemennet gant Hon Tad Santel ar Pab Pi X. Gwerc'hez meurbed santel, a zo plijet da Zoue adalek an heur gentan, hag a zo deut da vezan e Vamm, Gwerc'hez dinam en ho korf, en hoc'h ene, en ho fe, en ho karante, plijet ganec'h ober eur zell a drugare war an dud kez a c'houlenn en em lakat dindan ho skoazel galloudus. An drouk-spered eus an ifern, ar c'hentan mallozet gant Doue, a dalc'h siouaz d'ober brezel da vugale Eva ha d'o jachan war hent an droug. C'houi, hon Mamm vinniget, hon Rouanez hag hon Advokadez, c'houi hag hoc'h eus, kerkent ha krouet, flastret e benn d'an enebour touet-se, digemeret hon fedennou ! — Ni ho ped hag hoc'h asped, unanet mac'h omp er memes mennoziou, kinniget aneze da Zoue, evit na deufomp ket da vezan touellet gant ardou an drouk-spered ha re e vevelien, evit na vefomp ket kemeret er lasou a stignont d'imp, evit ma 'n em gavfomp holl en porz ar zilvidigez; evit ma c'hallo an Iliz hag holl vugale an Iliz kanan, eur wech c'hoaz, kantik au trec'h, an dilivrans hag ar peuc'h. Evelse bezet grêt. Navet devez a viz Kerdu Sant Beuzek, abad Lavret, ha Sant Beuzek, eskob Dol Vet ha VIet kantved Daou zant a zo bet en hon bro o tougen an hano a Veuzek ; unan aneze a vevas er bempvet kantved hag egile er c’houec’hvet. Sant Beuzek ar bempvet kantved eo a zavas en enezen Lavret, war-dro ar bla 460, ar c’hentan manati [1] a zo bet hano anezan en Breiz-Izel. Di ec’h eas Gwennole d’ar skol, da seiz vla, hag eno e chomas betek e vla warn-ugent. Eun devez, an abad santel a deuas ezom d’ezan da vont d’ober eun dro d’an douar-bras, hag e c’hourc’hemennas d’e bôtred-skol diwall d’ober droug ebet : «Ya ! ya ! Tad, emeze, bezet dinec’h ! » Mes a-vec’h oa et an abad endro, m’en em lakjont da redek a-dreuz an teven, hag unan aneze a dapas eul lamm hag a dorras e c’har. Neuze e savas gouel : «Petra refomp breman ? eme ar bôtred. Pelec’h tec’hel ? Dizentet hon deus ouz hon zad. Dismegans hon deus grêt, n’eu ket hepken d’ezan, mes d’an Hini eman o terc’hel e blas en hon c’hichen !» A drugare Doue, Gwennole a gavas an tu da barean ar c’har dorret, hag en doare-ze den ne glevas trouz. Setu aman gourc’hemennou abad Lavret d’e ziskibien : « En em roët d’ar studi, ha bezet izel a galon. Arabad d’ec’h tennan lorc’h eus ho teskadurez; rak Doue eo en deus roët d’ec’h ar pez a ouzoc’h. » Labouret gant ho korf, hep klask tennan meuleudi an dud war ar pez a refet, ha heb ober dismegans war an hini n’anavezfe ket ho micher. An den dizesk a zo krouet gant Doue, kouls hag ar micherour gouiziek. Alïes an neb a zo barrek diouz eul labour an eus ezom eus e nesan evit eul labour-all. Rak ne gredan ket e kroufe Doue eun den hep ma vefe goest d’ober eun dra bennak. Ma ouzoc’h diou ha ter micher da c’honid ho para, n’ho peus nemet trugarekât Doue d’ober. » Erfin, bezet war evez, yunet ha pedet herve giz an Tadou. N’am eus netra ken da lavaret d’ec’h. Ma heuilhet an tri gourc’hemenn-ze, e valefet hep fazian war hent ar zantelez. » Abad Lavret a varvas en blaveziou divezan’ ar bempvet kantved. Sant Beuzek ar c’houec’hvet kantved, an hini a reomp e ouel hirie, a oa mab da Azenor ; gouarn a reas eskopti Dol war-lerc’h sant Magloar, epad tregont vla, adalek ar bla 570 betek ar bla 600. Patron eo da Borspoder, da Blourin, da Veuzek-Kap-Sizun, da Veuzek-Konk ha da Dregarvan. (1) An dismantrou anezan a zo Liet dizoloet er bla 1890, gant an ôtrou ’m abad Lasbleis, ginidik eus a Vriat. K E N T E L Unan a zaou Bezet war evez ha pedet ! Setu aze ar pez a c’hourc’hemenne gwechall sant Beuzek d’e venec’h ; setu aze ive ar pez a c’hourc’hemenn an Iliz d’he bugale, dreist-oll, breman, epad au Azvent, evit hou zikour d’en em brepari a-benn gouel Nedeleg. Jezuz-Krist, deut evel Hon Zalver en kraou Bethleem, a deuio evel hon Barner da fin ar bed. Pep-hini ac’hanmnp a deuio da vezan, unan a zaou, pe eur zant, pe eun diaoul. Ober eun diaoul n’eo ket diês. N’eus neimt lezel o c’habestr gant techou fall ar galon. Ober eur zant a zo tenn. N’eo ket ma vefe red ober treo bras, mes red eo ober mal an treo bihan a rêr bemde, ha mont bepred war well. Jakob, gwechall-goz, en eun hunvre, a welas eur skeul, a oa eur penn anezi war an douar hag eur penn-all en nenv. Ele a oa warni, a bigne pe a ziskenne, mes hini ebet aneze ne chôme a-zav. Evelse ive eman an dud war skeul ar zantelez ; holl e pignont, pe e tiskennont, unan a zaou ; hini ebet aneze ne chom a-zav. Diskennomp ennomp hon unan ha gwelomp petra c’hoarve ganimp. En Azvent ec’h omp. Eun amzer a zilvidigez eo. Tennomp talvoudegez anezan. An amzer eo ar moue a dalv da brenan hon c’hador hag hon c’hurunen er baradoz. Jezuz-Krist a zo mat ; e c’hinivelez en kraou Bethleem hen diskouez skler awalc’h. Jezuz-Krist a zo just ; e zonedigez war ar wabren, da fin ar bed, hen diskouezo ken sklêr-all. Na gollomp ket eta hon amzer. Dekvet devez a viz Kerdu Itron-Varia Loretta 1294 Ma zo eun ti binniget war an douar-man, eo, a dra zur, an hini ma chomas ennan ar Werc'hez Vari, en Nazareth; abalamour da ze, ar gristenien gentan a reas eus o gwellan evit e viret en e zav. Er pevare kantved, santez Helena hag an impalaer Konstantin a zavas eun iliz kaer warnezan; en eizvet kantved, p'en em lakas ar Vuzulmaned d'ober o reuz dre ar bed, iliz Nazareth a oe laeret, mes an ti santel n'en devoe droug ebet. Pa c'hallas hon zud koz, er bla 1099, diframman Jeruzalem digant enebourien ar Groaz, Nazareth a welas deiou ken laouen hag ne devoa gwelet en amzer Helena ha Konstantin. Pa oe dismantret rouantelez kristen Jeruzalem gant an Turked, e tiskarjont ive iliz Nazareth, mes gwellan oe, an ti santel n'en devoe droug ebet adarre. Neuze e c'hourc'hemennas an Otrou Doue d'e êle dougen anezan en eur vro gristen. D'an 10 a viz mae 1291, kilvizien eus an Dalmasi a oe souezet-maro o kaout eun tiig bihan war eun dosen en Rauniza, 'lec'h ne oa netra bet arôk. Pac'h ejont ebarz, e oent souezetoc'h c'hoaz. Dirak an nor, harp ouz ar voger, e oa eun ôter-ven; en kichen an ôter eur pres bihan, eun nebeut listri-kegin ebarz; en tu kle, eun oaled, hag 'us d'ezi eur skeuden eus ar Werc'hez, en he zav, ar Mabig Jezuz ganti war ne divrec'h; en tu deou, eun tammik prenestr. Eleiz a dud a deuas da welet an neventi. Hogen, er mare-ze, Alexandr, eskob Tersatz, a oa gwall glanv war e wele, hag o vezan klevet komz eus ar pez a dremene en Rauniza, e kave diês n'halle ket mont e-unan da welet ar burzud. Ar Werc'hez, eleiz a êle endro d'ezi, a 'n em ziskouezas d'ezan en noz, a greiz ma oa o pedi, hag a lavaras d'ezan : « Ma mab, emezi, ma galvet a teus, setu me aman, evit rei da anaout d'it ar pez a glaskez gouzout. An ti a zo deut en deiou-man da Rauniza eo an ti on bet ennan o chom en Nazareth; eno am eus tremenet ma bugaleach; eno am eus bet digemeret salud an êl Gabriel; eno eo deut Mab Doue d'en em ober den. An ti-ze, gant aon na vije grêt re a zismegans d'ezan gant an dud divade, a zo bet douget er vro-man gant an Ele. Hag evit ma vezi test eus ar burzud, ha ma c'helli embann anezan, e roër d'it ar yec'hed. » Ha war ar geriou-ze, ar Werc'hez a dec'has. An eskob a zavas raktal eus e wele; pare mat oa. Mont a reas da Rauniza, ha rei a reas da anaout d'ar bobl an tensor a oa deut d'ezan. Gouarner ar vro, Nikolas Frangipane, a gasas tri den gouiziek da Nazareth, da welet ha ne oa mui eno ti ar Werc'hez. P'en em gavjont er Galile, e klevjont gant tud Nazareth e oa tec'het an ti santel eus o c'hêr, en noz etre an 10 hag an 11 a viz mae. An diaze anezan a weled c'hoaz, koulskoude, ha grêt oa gant ar memes mein, ha bezan en devoa ar memes hed hag ar memes lec'hed ha mogeriou an ti a oa en em gavet eu Rauniza. Siouaz ! levenez tud an Dalmasi ne badas neimet tri bla ha seiz miz. An 11 a viz kerdu 1294, e weljont e oa êt o zensor digante; nijet oa en Itali, en tu-all d'ar mor, ha diskennet oa en Rekanati, en kreiz eur c'hoad lore. Eiz miz war-lerc'h, e oe douget eun hanter-leo ac'hane, ha prest goude e oe diazezet war an hent a ya eus a Rekanati d'ar mor. Eno eo chomet abaoue. Er XIVet kantvet zo bet savet 'us d'ezan eun iliz eus ar re gaeran hag ar pabed a zigoras gant largente tensor an induljansou evit ar re a yaje di bardonan. An iliz-ze a oe hanvet Itron-Varia Loretta, abalamour d'ar c'hoad loro 'lec'h ma oe laket da gentan an ti santel, pa oe digaset gant an Ele eus an Dalmasi d'an Itali. En Loretta, er bla 1483, eo bet savet Litaniou ar Werc'hez, hag abalamour da-ze e hanver aneze a-wechou Litaniou Loretta. K E N T E L Dor an nenv Mari eo dor an nenv. Porta cœli. Drezi, Doue a zo diskennet betek ennomp. Jezuz a c'hallje bezan deut er bed, en kreiz e nerz, evel Adam; mes n'eo ket bet falvezet gantan en em ziskouez en doare-ze d'un dud. Diskennet eo bet en korf ar Werc'hez, ha gourvezet en deus e izili dister ha dinerz a vugel war blouz kraou Bethleem. Moïzez a zigoras hent ar mor ru; Josue a c'hourc'hemennas d'an heol; Pôl a lakas ar re varo da zevel eus o beziou; galloudus int bet, ha petra int, koulskoude, en kichen ar Werc'hez a lakas Jezuz er bed ? Mari eo dor an nenv. Drezi e pignomp betek Doue; drezi e kouez holl grasou an nenv war an douar. Kement hini a gar anezi a 'n em gav en porz ar zilvidigez. Pedomp eta bemde Mamm Doue, a greiz kalon, ha lakom enni hon holl fizianz.. N'eus ket bet klevet c'hoaz lavaret e vefe hini hag en deve he fedet ha ne vefe ket bet chilaouet. Unnekvet devez a viz Kerdu SANT DAMAZ Pab (366-384) Ar zant-man, ma n'eo ket ganet en Rom, a oa yaouank-flamm pa deuas di da chom gant e c'hoar Irena. Bezan en devoa eur spered lemm hag eur galon vat, ha setu perak e oe grêt avieler eus unan eus ilizou Rom. Ar pab Liber o vezan bet harluet gant an impalaer Konstans, Damaz a zalc'has tost d'ezan hag a heuilhas anezan betek kêr Bere, en Thras. Pa c'hallas dizrei, e kemeras anezan da vikêl-vras da rei dorn d'ezan da c'houarn an Iliz. Pa varvas ar pab Liber, Damaz a oe choazet evit derc'hel e blas. An holl gristenien vat a drugarekaas Doue da vezan roët d'eze eur pab ken santel ha ken gouiziek. Koulskoude, eun avieler, hanvet Ursin, a yeas droug ennan hag a c'hallas gonid eul loden eus ar bobl; war e veno, n'eo ket Damaz, mes hen e-unan eo a dleje bezan bet hanvet. Trouz a zavas en Rom, ha kalz a dud a oe lazet. An impalaer Valantinian a roas urz da gas Ursin er-mêz eus ar vro, hag epad eur pennad, Damaz a oe didrubuilh. Koulskoude ar peuc'h ne badas ket pell, rak dal ma c'hallas Ursin distrei da Rom, e klaskas an tu d'en em venji; mont a reas, zoken, betek tamall d'ar pab eur pec'hed eus ar re vrasan. Kerkent ha ma klevas sant Damaz ar pez a oa digouezet, e c'hourc'hemennas d'an eskibien diwar-dro Rom en em vodan endro d'ezan, hag e tiskouezas d'eze ne oa nemet geier gant e enebourien. An eskibien a dôlas an eskummunugen war Ursin ha war e vignoned, hag a zougas al lezen-man : « Diwar vreman, an neb a damallo e nesan en gaou, a vezo kondaonet d'ar pez ma felle d'ezan kondaoni e nesan. » Damaz a bedas meur a wech an eskibien da zont da Rom evit en em glevet diwar-benn ar pez a oa ar gwellan d'ober evit gloar Doue ha hini an Iliz. Er c'honsil divezan, en em gavas sant Ambroaz ha sant Jerom. Damaz a zalc'has sant Jerom gantan hag hen c'hargas da lakat ar Skritur-Zakr en latin. Hen ive eo a c'hourc'hemennas kanan ar Gloria Patri da fin pep psalm. Sant Damaz a varvas an 11 a viz kerdu 384; e oa o ren e bevar-ugent vla, hag arôk mervel, e lavare en em gave eurusoc'h da vezan kerzet war roudou Jezuz-Krist eget da vezan bet e vikel war an douar. Hirie e rêr ive gouel an daou sant Envel, daou vreur, o-daou abaded, a ziskennas en Arvorig, gant o c'hoar Yuna, en kerz ar Vlet kantved. Sevel a rejont peb a beniti en koajou Koad-an-Noz hag eno e vevjont didrous 'c'han ma teuas Doue d'o c'herc'hât. Ar c'hosan eus an daou vreur a oa e beniti 'lec'h man breman iliz goant Lok-Envel; ar yaouankan oa o hini 'lec'h 'man hirie Chapel ar C'hoad, war douar santez Yuna oa o chom en Plouneve. Pardon sant Envel yaouank a ve grêt ar zul kentan a viz gwengolo; hini e vreur, patron Lok-Envel, ar zul war-lerc'h an 11 a viz kerdu. Sant Envel a zo pedet evit diwall al loened diouz ar bleidi ha diouz ar c'hlenvejou. K E N T E L Ar garante evit an nesan Diskouez a reomp hon c'harante en kenver hon nesan en pemp doare : I. — O chom hep rei skouer fall, hag o rei skouer vat d'ezan. Pa laerer an nesan, e lemer digantan eur vad hag a dremen. Pa zroug-prezeger anezan, e lemer digantan e vrud vat; gwasoc'h droug a rêr en doare-ze eget o laerez; mes gwasoc'h droug a rêr c'hoaz o rei skouer fall, rak ar skouer fall a hardisa an dud ouz ar pec'hed hag o lak war an tu da chom heb ober o zilvidigez. N'eo ket awalc'h d'imp chom heb ober an droug, red eo d'imp ober ar vad; n'eo ket awalc'h d'imp chom hep rei skouer fall, red eo d'imp rei skouer vat; rak eur skouer vat hepken a zoug a-wechou muioc'h a frouez eget ar brezegen gaeran. Diskouez a reomp c'hoaz hon c'harante en kenver an nesan o c'houzanv anezan heb en em glemm. Rak arabad d'imp kredi e vefemp hon unan direbech war an douar. Mar hon deus eun draïk bennak da c'houzanv abeurz hon nesan, arabad d'imp kredi n'en deve ket meur a dra da c'houzanv ive eus hon feurz hon unan, hag evelse, bezomp trugarezus en e genver, ma fell d'imp e vefe en hon hini. III. — Mar ne dalv man ar c'hlemmou da sioulât spered an nesan, eul louzou zo hag a c'hall bezan talvoudus evit se, hag eo ar beden. Pa welfomp yenien o sevel etrezomp hag ar re a zo war hon zro, pedomp evite, hag ar yenien a dec'ho kuit. IV. — Diskouez a reomp hon c'harante en kenver hon nesan. evit pez a zell ar c'horf, dre an aluzen. Eun dra dister, zo roët raktal m'eo goulennet, A dalv daou vene aour eus an nenv diskennet. V. — Erfin, ar garante en kenver an nesan, evit bezan henvel ouz ar garante en deus Jezuz-Krist evidomp, a c'houlenn ouzomp eun dra-all c'hoaz : ma pardonfomp hon enebourien. "Keit ma n'ey ket hon c'harante betek eno, arabad d'imp kredi e vefemp diskibien da Jezuz-Krisï, rak n'omp ket, pa ne reomp ket 'vel e lavar. Daouzekvet devez a viz Kerdu Sant Korantin Kentan Eskob Kemper En amzer gwechall, en koad Neved, en kreiz Bro-Gerne, e veve daou vanac’h, unan koz hag unan yaouank : Primel ha Korantin. An hini koz, Primel, dre n’evoa feunteun ebet en kichen e lochen, a renke ober eur gwall bennad hent bemde, en eur jilgammat, evit mont da gerc’hat dour. An hini yaouank, er c’hontrol, an evoa eur feunteuu eus ar re sklêran harp ouz e beniti, hag eur pesk burzudus ebarz. Bemde, war alavarer, e troc’he eun tamm anezan, hag a-benn an de war-lerc’h, e veze adarre en e bez. Eur wech ma oa Gralon, roue ar Gerneviz, o chaseal al loened goue, e tigouezas gantan en em gaout, skuiz-maro ha naon-du d’ezan, dirak peniti sant Korantin. Ar manac’h a ôzas d’ar roue eun tamm eus e besk. Gralon, dre anaoudegez vat, a roas neuze d’ar manac’h santel al loden eus ar c’hoad bras a deuas divezatoc’h da vezan parouz Ploudiern, en harz ar Mene-Hom. Kaeroc’h a reas ; kas a reas ar manac’h da Dour, hag e oe sakret eskob war Bro-Gerne. Pa zizroas da Gemper, Gralon a lezas gantan e balez da zervijout da iliz. « Ter sklerijen gaer, a lavar eur skrivanier koz, a baras neuze ’us da veneziou Bro-Gerne, pa oa Gralon, Korantin ha Gwennole o terc’hel enni ar renk kentan. « Gralon oa ar roue ; gouarn a rê gant furnez an Argoad hag an Arvor. Korantin oa an eskob ; terri a rê sec’hed ar bobl o rannan etrezan evaj presius ar fe. Gwennole oa ar manac’h, ha dre e vertuziou dispar e veritas bezan lezhanvet tad ar venec’h. » Korantin a varvas en fin ar bempvet kantved. En e iliz-veur, en Kemper, e virer c’hoaz eun askorn bras eus e vrec’h. K E N T E L Peden d’ar Seiz Sant O seiz sant a Vreiz vihan, kaeran bleuniou hon gouenn, O seiz sant a Vreiz vihan, kaeran bleuniou hon gouenn, Eus bar skedus an nenvou, selaouet hon goulenn, Levenez ha karante skuilhet war douar Breiz ; Miret enni kudennet hon yez koz hag hon feiz. War ho peziou burzudus, ebestel Breiz-Izel, hon tudou koz anaoudek o deus, gant o c’hizel, Savet ilizou dispar, eo enne eun dudi D’ec’h selaou ar Vretoned diredet d’ho pedi. En Breiz-Izel, en aner n’ho peus ket labouret, An had kouezet eus ho torn, gwriziou don o deus grêt, Ha daoust d’an avel-ifern a zourc’houez en pep bro, Hon fe a chom start bepred, evel hon gwe dero. Ni fell e ve Breiz-Izel evel m’ho peus hi grêt, Gant he fe, he brezoneg, he giziou koz bepred. Ni fell bezan anavet evit ho pugale, Hag en hent merket ganec’h, ni boanio da vale. Keit ha m’en dô Breiz-Izel ar mor glas da c’houriz, Ho yez santel vo komzet ha karet gant Breiziz. Ha d’e gomz pa baouezfont, vo nemet da c’hedal E gomz ganec’h da viken, pa vefont er bed-all. Trizekvet devez a viz Kerdu SANTEZ LUSIA Gwerc'hez ha merzerez Lusia a zo ganet en kêr Sirakus, er Sisil ; he zud a oa pinvidik hag a ligne uhel. N'he devoa nemet pevar bla pa varvas he zad. Adalek he yaouankiz, e oa douget d'ar beden, ha n'he devoa ken aked nemet da viret he c'halon net a bec'hed. Meur a zijentil a deuas d'he goulenn evit pried ; unan aneze a blijas d'he mamm Eutychia, ha houman, hep lavaret netra d'he merc'h, a roas he ger. Mes Lusia he devoa eur zonj-all ; grêt he devoa le da chom bepred gwerc'hez ; pedi a reas eta he mamm da c'hortoz, en eul lavaret d'ezi e oa c'hoaz re yaouank, ha n'he devoa ken c'hoant nemet da chom ganti. War ze, Eutychia a gouezas gwall-glanv. Lusia a blêe ganti noz-de ; mes kaer he devoa ober, ar c'hlenved a wasae bepred. Eun devez e kinnigas d'he mamm mont da bardonan da ve santez Agatha, da gêr Gatan ; ar be-ze a oa brudet bras abalamour d'ar miraklou a c'hoarveze warnan. Mont a rejont o-diou. Epad ma oa daoulinet Lusia e-tal ar be, santez Agatha a 'n em ziskouezas d'ezi en eur lavaret : - Lusia, ma c'hoar muian-karet, perak e c'houlennet diganin ar pez a c'hallet kaout hoc'h-unan ? Jezuz-Krist, ho pried, a ro d'ec'h ar pez a glasket : ho mamm a zo pare. Lusia, beuzet en he levenez, a vriataas he mamm en eur lavaret : - O ma mamm vat, Doue en deus roët d'ec'h eur c'hras kaer ; fizianz am eus e rofet d'in, d'ho tro, ar pez a c'houlennan diganec'h en e hano ; rannet etre ar beorien ar pez oac'h en zonj da rei d'in, de ma eured, rak grêt am eus le da chom bepred gwerc'hez. Ar vamm a roas he asant ha ne zaleas ket da implian peadra he merc'h en oberou a drugare. O welet se, hon dijentil a oe kement a zroug ennan mac'h eas da gât ar gouarner evit diskuilh e oa Lusia kristenez. Ar gouarner a reas he gervel hag a c'hourc'hemennas d'ezi kinnig ezans d'an doueou. Lusia a respontas d'ezan : - N'anavezan nemet eun Doue, krouer an nenv hag an douar ; d'ezan am eus roët ma madou, ha ne c'houlennan nemet mervel dre garante evitan. - Peuc'h, eme ar gouarner, ni welo bremaïk ha ne deuio ket ar poaniou a benn ac'hanoc'h. - Ar poaniou a c'houzanvont evit Jezuz-Krist, eme ar zantez, n'oufent ket ober d'e verzerien tevel : e-unan en deus lavaret d'eze, en e Aviel, ne dleont ket bezan nec'het kas goût petra da respont d'ar varnerien ; rak ar Spered-Santel a gomzo dre o genou. - Ha c'houi gred, eme ar gouarner, eman ar Spered-Santel ennoc'h ? - Ya, kredi a ran eman ar Spered-Santel en kement den a zo en stad ar c'hras. - Mar doc'h breman templ ar Spered-Santel, eme an den kri-ze, hepdale ne vefet ken. Hag e roas urz d'he c'has d'eun ti fall evit ma vije dizenoret. Mes petra eo galloud an dud hag an ifern unanet, en kichen galloud an Otrou Doue ? Ar zantez a deuas da vezan evel eur garreg, ha kaer e oe jachan warnezi, ne oe-ket gallet he finval d'ober d'ezi mont el lec'h ma oa c'hoant d'he c'has. Ar gouarner digalon a lavaras neuze c'houezan eun tan bras endro d'ezi. Doue he diwallas ive diouz an tan. Et er-mêz anezan e-unan, ar gouarner a roas urz d'he dibennan.. Merzerenti santez Lusia a zigouezas er bla 304. K E N T E L Ar sonjezonou fall Ar c'hoantegeziou direiz hag ar sonjezonou fall n'int pec'hed nemet pa bleg ar volonte d'eze. Ar pez a dremen er c'horf, en despet d'an den, ne vir ket outan da vezan divastar ; evelse, ar pez a dremen er spered, en despet d'an den, ne vir ket outan, kennebeut, da vezan glan. Goulenn a rêd, eun de, digant eul leanez a Urz santez Berc'hed, abadez en Wastena, er Sued, ha n'he dije ket, a-wechou, a zonjezonou fall. Houman, o tiskouez al lapoused a nije ' us d'he fenn, a lavaras : « Ha goest omp, emezi, da viret oute da nijal el liorz-man ? Nan, n'eo ket 'ta. Miret a c'hallomp oute, avat, d'ober o neziou en hon gwe. Evelse, kaer hon devo klask he diarbenn, eur frouden fall bennak, eun de pe de, a c'hall treuzi hon spered, mes goest omp da deurel aneze er-mêz, kerkent, hep rei amzer d'eze da labean hon eneo. » Evit en em viret diouz ar zonjezonou fall, eo mat pedi ar Werc'hez, mamm ar c'hlanded, hag en em rei d'al labour. An douar a chom hep bezan labouret a deu da vezan karget a zrez hag a spern ; evelse, spered an den, ma chom dîbreder, a deu da vezan karget a zonjezonou fall. Pevarzekvet devez a viz Kerdu Sant Yan Diarc'hen Beleg eus a Urz Sant Fransez (1280-1349) Ar zant-man a zo eus tri eskopti : eus hini Leon, dre-'man ennan parouz e vadeziant; eus hini Roazon, dre 'man eno ar barouz e oe person enni; hag eus hini Kerne, dre ma tremenas ennan e vlaveziou divezan. Genel a reas en Sant-Nouga, en Gorre-Leon, er bla 1280, ha roët oe d'ezan, da ze e vadeziant, hano an ôtrou sant Yan, embanner bras ar binijen. Blaveziou laouen e vugaleach a dremenas evel eun hunvre. Gwelet a vije, dre lanneier ha koajou dôn e vro, o c'hoari, drant ha seder, gant bugaligou-all e oad. N'en devoa nemet sellet ouz ar re a valee en e rôk war hent ar vue, evit gouzout an tu da gerzet eun warzu an nenv. Dal ma oe krennard, ec'h eas da zeski bezan masoner gant eur c'henderv d'ezan, ha buhan e teuas da c'houzout e vicher. Pa c'halle kaout ponchou d'ober war ar stêriou ha kroaziou da zevel er c'hroaz-hentchou, e vije en e vleud. Gallet en dije en em denn brao 'barz ar bed; mes da ugent vla, e oe galvet gant Doue evit bezan silvidigez eleiz a dud, ha sentus ouz mouez an Otrou, en em lakas raktal en penn an hent da vont da veleg. E genderv a reas kement a oa en e c'halloud evit e ziarbenn. Yan a yeas neuze da Roazon, hag eno, goude bezan grêt e studi, e oe beleget. Striz oa ar vue a rene. Yun a rê ter gwech er zun diwar bara ha dour; e zilhad, hep bezan diskempenn, a veze paour; gwelet a rê ar re glanv, ha skuilh a rê madoberou endro d'ezan. Hanvet a oe da berson en Sant-Gregor, tost da Roazon. Eun tad oa evit e bobl; ober a reas d'ezan eur vad dispar, ken dre e gomzou, ken dre e skoueriou; n'en doa ket eur gwenneg evitan e-unan. Pa veze an ôtrou 'n eskob oc'h ober tro e eskopti, person Sant-Gregor a yee en e rôk, eus an eil parouz d'eben, da lakat ar vugale en stad da reseo sakramant ar Gonfirmasion, ha bepred e rê e hent war droad ha diarc'hen. Ac'hane eo e teuas an dud d'e lezhenvel Yan Diarc'hen. Goude bezan renet e barouz epad trizek vla, ec'h eas, gant bennoz e eskob, da wiskan saë sant Fransez, da Gemper. Ma kare ar baourente en keit ma oa person, he c'haras muioc'h c'hoaz adalek an de-ze. Ar fallan dilhad a vije mat evitan, ha pa vije goulennet digantan perak e kare bezan gwisket ken dister, e lavare e oa mat awalc'h ar saëou fallan evit eur manac'h hag a oa ken pell hag hen diouz an Otrou Doue. Dre n'halle ket e-unan rei kalz a zikour d'an dud ezommek, e troe, gwellan m'halle, ar re binvidik d'hen ober, hag e lavare d'eze : Ar gwenan ' zastum mel, ar paour aluzennou; Grêt aluzen d'ar paour, da gât mel an nenvou. Ne golle ket eur pennad eus e amzer; pa ne veze ket o labourât, e veze o pedi; dre e bedennou, e roë d'e nesan yec'hed ar c'horf hag an ene. Gant aon n'en em glevje re vat e dechou fall hag an drouk-spered, evit e zougen d'an droug, e kastize e gorf dre binijennou kalet. Chom a reas c'houezek vla heb evan banne gwin, nemet ouz an ôter, ha hep dibri tamm kig, nemet gourc'hemennet a vije d'ezan. Bara hei, pe gerc'h, ha fa oa e vagadurez pemdeziek. Ober a rê eiz koaraïz er bla; dougen a rê rochedou kanab, gwel-loc'h da gignat eun den evit d'e wiskan. Doue a roas anaoudegez d'ezan eus an amzer da zont. Gwelet a reas ar penn kentan eus brezel Charlez Bleiz ha Montfort. En Kemper e oa pa oe laket seziz war gê (1345), pa oe skoet gant ar gernez er blavez war-lerc'h, ha pa grogas ar vosen enni, tri bla goude. Epad ar c'hlenved stagus-ze, e oe eun êl evit Kemperiz; noz-de e veze war-dro ar glanvourien, ha mervel a reas en o zouez, goude bezan roët ar pep gwellan eus e vue d'ar beden ha d'ar binijen. Nao bla ha tri-ugent bennak e oa; epad an holl amzer en devoa tremenet en manati Kemper, ne oa ket eur pik en e reolen ha n'en dije ket heuilhet, hag awalc'h eo kement-se evit bugale sant Fransez, eme eur pab bras, evit ma c'hallfed lakat o hanoiou war roll ar zent. Noblanz ar vro a c'houlennas dougen war o diouskoa korf sant Yan Diarc'hen d'ar be, hag ar bobl a oe mail gantan kregi war gement tra a oa bet d'ezan. Ar burzudou a reas goude e varo a greskas c'hoaz ar vrud eus e zantelez hag ar fizianz en e c'halloud (1). An ôtrou Dupark, dre eul lizer kaset gantan da holl veleien e eskopti, ar 17 a viz c'houevrer 1910, a ro da anaout eo digor e brosez en Rom; fizianz en deus, emezan, e c'hallfomp lavaret hepdale, en hon ilizou, e ofis hag e oferen. En doare-ze, Sant Yan Diarc'hen a vezo ar zant kentan eus eskopti Kemper ha Leon hag a vezo bet anavezet dre e hano hag e vue, hag embannet e zantelez gant ar pab. (1) Er bla 1792, e relegou a oe kaset en koach da Erge-Armel; miret a oent gant doujanz gant an ôtrou Loëdon, mer ar barouz-ze, betek ma teuas ar peuc'h; neuze e roas aneze d'e iliz-parouz. Er bla 1842, an ôtrou 'n eskob Graveran a c'hallas kaout dam eus relegou ar penn evit e iliz-vour. O miret a rêr gant enor a-dre kein an ôter-vras, en kichen skeuden ar zant, hag eleiz a dud a ve eno o 'n em erbedi outan. Pedet a ve, dreist-oll, evit bezan dilivret diimz ar boan-benn hag evit kaout an treo kollet. Kemperiz o deus e Iezhanvet « ar zantik du ». Al lezhanv-ze a zo bet roët d'ezan abalamour m'eo bet livet en du, eur pennad, ar skeuden goz en dens en iliz-veur Kemper. K E N T E L Ar zentidigez eo a ra ar zantelez Sant Yan Diarc'hen a oa eun den sentus; mab oa da zant Fransez, hag ar zant-se ne c'houlenne netra digant e venec'h, gant kement a aked, evel ar zentidigez. Ar gwir den sentus, eme sant Fransez Asiz, a zo henvel ouz eur c'horf maro : tanquam cadaver; ne ra van ebet, pe e vezo savet war eun trôn kaer, pe e vezo lôsket war an douar yen. O vezan klevet hano eus unan eus e venec'h ne oa ket mat d'ezan senti ouz e superior, e reas toullan eur be ha lakat ar manac'h dizent ebarz, betek e c'houg. Neuze e komzas evellen : « Petra, maro out ? » O vezan ma lavare ya, e reas e dennan er-mêz eus an douar : « Gouzout a rez ervat, emezan, e fell d'in kaout diskibien maro ha nan diskibien beo. » Fransez oa an hini a ouele pa gleve klemmou eun oan, hag a zastume ar prenv kouezet war an hent, gant aon na vije flastret dindan an treid; ne oa ket teneroc'h den evitan, mes ne oa ket evit gouzanv an dizentidigez, dre ma ouie ervat eo mammen vras an droug war an douar-man. Evel sant Fransez hag e vugale, bezomp sentus ouz ar re o' deus galloud warnomp, ha kustumomp ar re a zo dindanomp da zenti ouzimp. Ar zentidigez eo a ra ar zantelez. Pempzekvet devez a viz Kerdu SANT EUZEB Eskob Verseil (***-370) Euzeb a oa ganet er Sardaign, war-dro ar bla 286. E vamm Restitua, eur zantez, a deuas gantan da Rom pa varvas e dad, hag a zavas anezan en doujans hag en karante an Otrou Doue. War a lavar sant Ambroaz, Euzeb a oe ar c'hentan, er C'huz-Heol, da vezan, war an dro, beleg ha manac'h. Ar c'hentan eo ive eus ar re a azezas war gador eskob Verseil hag a vefe deut o hano betek ennomp. En amzer-ze, an Arianed, harpet gant an impalaer Konstans, a lake reveulzi dre ar bed kristen. Ar pez a glaskent, dreist-oll, oa koll Athanas, difennour bras ar fe. Euzeb, daoust da c'hourdrouzou an impalaer, a 'n em lakas a-du gant eskob Alexandri, hag a oe harluet er Palestin. Lojan a reas, da gentan, en ti eur c'hristen mat, e hano Jozef; sant Epiphan ha meur a hini-all eus e vignoned a deuas di d'e welet. Kannaded a deuas ive eus a Verseil da zigas d'ezan peadra da vevan. Ne oa ket evit miret neuze ouz e zaerou da redek, pa glevas an evoa e bobl kasoni ouz an herezi, hag e talc'he da zenti ouz ar veleien a c'houarne en e blas. Da varo Jozef, an Arianed a wall-gasas an eskob santel muian m'halljont. Hen prizonian rejont en eun toull-ti, bec'h d'ezan finval ebarz, ha difenn a rejont ouz e vignoned mont war e dro. Ac'hane, Euzeb a skrivas eul lizer eus ar re gaeran, hag a zo deut betek ennomp, da bedi e bobl da chom bepred start er fe, daoust da bep tra. Prest goude, e enebourien a gasas anezan d'ar C'happados, hag ac'hane e oe stlejet d'an Thebaïd. Da varo Konstans (361), e c'hallas, erfin, dizrei d'e eskopti. An Itali a-bez, eme sant Jerom, a ziwiskas he dilhad kanvou hag a gemeras he dilhad kaeran evit mont da benn hent d'ezan. Sant Hiler, eskob Poitiers, hag hen, a labouras neuze o-daou, gwellan m'halljont, da zispenn geier an Arianed. Euzeb a varvas an de kentan a viz eost. E ouel zo laket ar 15 a viz kerdu; iliz-veur Verseil a vir e relegou gant enor. K E N T E L Trubuilhou ar vue I. — Red eo bezan en gortoz aneze Bue an den, war an douar-man, a zo eur stourmad hep paouez. Evel bleuniou ar mêziou, e tigor da zav-heol, hep gouzout petra zigouezo ganti epad an de. Nag a dreo n'omp ket en gortoz aneze hag a sko ac'hanomp ! Nag a ankeniou, nag a zrein ! Pa vezomp oc'h ober evit ar gwellan, e kaver e reomp evit ar fallan, hag e vezomp gwasket alïes gant ar re a oa eun dever evite bezan a-du ganimp. Red eo bezan en gortoz eus an trubuilhou-ze. II. — Red eo kaout kalon d'o gouzanv. Jezuz-Krist a c'houlennas digant e Dad pellât dioutan, ma oa posubl, kalur c'houero e Basion. Natur eo d'an den tec'hel diouz ar boan. Abalamour da ze, pa vezomp glazet, ha pa bign ar boan betek non c'halon, e tleomp sevel hon c'halon betek Doue, ha neuze ne fallgaloner ket; nerz a ve da vont adarre. III. — Trubuilhou ar vue o deus o zalvoudegez. An den n'en deus bet poan ebet war an douar-man ne vezo nemet eur bugel epad e vue : an den n'eo den anez kaout poan. Trubuilhou ar vue a lak ac'hanomp da gaoul nebeutoc'h a garanle evidomp hon un an ha nebeutoc'h a fizianz en hon gouiziegez hon unan. Ma c'houzanvomp aneze a galon vat, abalamour da Zoue, e teufont da vezan, pep-hini aneze, ken alïes a vleunien a gemero an ele da vlansoni kurunen hon gloar er baradoz. C'houezekvet devez a viz Kerdu Ar Plac'h eürus Mari an Ele Leanez eus a Urz Karmel (1661-1717) Ar plac'h eürus-man a oa ganet en Turin, an 8 a viz genver 1661, hag a oe badezet, pevar de goude, en iliz Sant-Simon ha Sant-Jud. Ar varkizez Santena, he mamm, a oa kenitervez da zant Loeiz Gonzag. Mari a ziskouezas, a-vihanik, ar c'hoant he devoa da blijout da Zoue. Senti rê, d'ar gomz, ouz he zad hag he mamm; karantezus ouz he breudeur hag he c'hoarezed, ha jentil ouz holl servijerien an ti. He flijadur vrasan oa bezan o komz, gant unan eus he breudeur, eus Doue hag eus an treo santel. Da daouzek vla, o vezan et da Salus, da welet unan eus he c'hoarezed o wiskan saë leanezed Santez Mari ar Stereden, e c'hoantaas chom ive er manati-ze. Mes a-benn m'oa bet bla ennan, evel n'he devoa ket a yec'hed, e renkas dizrei eur pennad d'ar gêr. Daou vla goude, e wiske saë leanezed Karmel, en manati Santez-Triflna, en Turin. Neuze e kemeras an hano a Vari an Ele. Lakat a reas an holl vertuziou, an eil goude eben, da zevel ha da vleunian en he ene. Doue a greskas he zantelez, o tigas d'ezi eur zamm kroaziou kalet da zougen. Alïes e teue ar c'hlenved d'he gwaskan; an drouk-spered a rê gwasan m'halle evit he jachan war hent an ifern; en em ziskouez a reas d'ezi meur a wech. An treo-ze holl a rê da Vari an Ele kerzet skanvoc'h warzu an nenv, hag an Otrou Doue a roas d'ezi grasou eus ar re gaeran. Anaout a rê an amzer da zont; lenn a rê er c'halonou ar zonjezonou kuzetan; galloud he devoa d'ober miraklou; gwelêt a rê ar Werc'hez gant he Mab Jezuz. Leun oa a drugare evit an dud reuzeudik, hag e rê pe e lake ober d'eze an holl vad a c'halle. Karet a rê pedi evit ar bec'herien; bras oa he devosion evit an Anaon, hag eneou delivret ganti eus a dan ar purgator a deuas d'he zrugarekât, arôk pignal en nenv. Mervel a reas d'ar 16 a viz kerdu 1737. Eun nebeut arok he zremenvan, e klevas mouez an Oan dinam ouz he gervel d'e heul d'ar baradoz. Eur bla ha daou-ugent so oa leanez, ha c'houec'h vla ha hanter-kant abaoue ma oa war an douar. Ar miraklou a embannas he zantelez. Eul leanez, Madalen sant Fransez he hano, a oa prest da vervel en Kaprarola, en kichen Rom, gant ar c'hrign-beo en he diabarz. D'an 20 a viz gouere 1844, e oe grêt d ezi pokat d'eun dôlennig ha d'eun tamm eus a relegou Mari an Ele. Prest goude e vanas kousket hag e chômas evelse ac'han da eiz heur. Pa zihunas, an de war-lerc'h ar beure, en em gave kalz gwelloc'h. Sevel a reas eus he gwele ha teurel eur bern treo brein : pare oa. Raktal e kouezas d'an daoulin hag epad eun heur dioustu, e trugarekaas Doue ha Mari an Ele da vezan roët d'ezi ar yec'hed, ken buhan ha ken mat. Pi IX a lakas hano Mari an Ele war roll an dud eürus. ar 14 a viz mae 1865. K E N T E L An tentasionou « Seul-vui, eme sant Léon, e fell d'an den bevan herve Doue, ha seul-vui e klask an drouk-spered hen distrei. Arabad bezan en gorloz d'ober ar zilvidigez heb eun dentasion bennak, rak n'eus viktor ebet hep stourmad. » Ma ne deufe ket an drouk-spered, eme sant Anselm, da denti an eneou santel, e vefent marteze en danjer d'en em goll gant an ourgouilh; mes seul-vui e vezont tentet, seul-vui en em izelaont, hag e teuont en doare-ze da vezan karet muioc'h gant an Otrou Doue. » Arabad eta bezan nec'het gant an tentasionou. Dreze o-unan n'int ket pec'hejou. Eur millierad tentasionou, pa n'asanter da hini ebet aneze, ne reont ket, zoken, eur pec'hed veniel. Dre an tentasionou eo e ve gwelêt petra dalv vertu eun den. Daoust ha souezus e vije bet gwelêt an êle o chom. mat, ma ne vijent ket bet tentet ? Daoust ha souezus e vije bet gwelêt Adam hag Eva o chom sentus ma ne vijent ket bet tentet ? Daousl ha souezus e vije gwelêt ac'hanomp habask ha chentil, mac'h afe pep tra d'hon giz ? Nan. Pa c'houez avel an dentasion endro d'imp, ha pa chomomp, koulskoude, sonn en hon zav, neuze eo e tiskouezomp da Zoue zo gwad yac'h en hon izili ha karante evitan en hon c'halon. « Pa vezer tentet, eme sant Ambroaz, e tleer en em erbedi ouz an Otrou Doue. An neb a 'n em blij en dentasion a 'n em gollo; mes an neb a zisplij d'ezan an dentasion, Doue hen zalvo. » Seitekvet devez a viz Kerdu SANT JUDIKAËL Roue Breiz (***-650) Judikaël, mab henan Judaël, a zo unan eus Bretoned ar VIIet kantved o deus lezet ar muian brud vat war o lerc’h. E vrec’h a oa dir : e galon a oa aour, Penn kentan ha penn divezan e vue a dremenas en manati Gaël. Epad ma oe war an trôn, ar vro a oe en peuc’h. Diou wech, koulskoude, e renkas ober brezel evit diarbenn ar roue Dagobert a felle d’ezan lakat truajou war ar Vretoned, ha diou wech e c’honezas. « Hegarat evit e vignoned, a lavar d’imp eur skrivanier koz, Judikaël a oa didrue evit e enebourien, dreist-oll evit ar C’hallaoued. Alïes e stourmas oute ha bep tol e ledas aneze war an dachen. » Ober a reas, hag hen c’hoaz yaouank-flamm, treo souezus, ha ne oa ket eun den en kreiz an oad goest d’ober aneze. » Gwelet eo bet alïes, e-unan-penn, o rei lamm da veur a enebour war an dro. » Evel ar meder a sko war an ed a ve en e leur, evelse Judikaël, brezellour galloudus ha kalonek, a skoe kalet er stourmad, ha gouzout a rê lakat e dôliou birou da skei elec’h ma kare. » Evel ma red ar g wennili war-lerc’h ar gwenan, evelse, pa veze krogad, Judikaël, brezellour skanv, iskuit ha krenv, a rede war-lerc’h e enebourien. » Meur a lamm a roas d’ar C’hallaoued, abalamour ma klaskent kabestran Breiz.» Dagobert, o welet n’halle ket dont a benn eus ar Vretoned, a zigasas sant Alar da gaout o roue. Alar ha Judikaël n’o devoe ket a boan o ’n em glevet. Mont a rejont o-daou da Vro-C’hall. Roue Breiz a ginnigas profou bras da Zagobert, ha heman a roas re vrasoc’h c’hoaz da Judikaël. Pedi reas anezan, zoken, da chom gantan da leinan ; mes Dagobert a rene er mare-ze eur vue fall, hag abalamour da ze, Judikaël ne fellas ket d’ezan mont da zibri ouz e dôl. Ober a reas e zisken en ti sant Ouan, mignon sant Alar, a oa neuze an tostan d’ar roue, hag a oe, prest goude, hanvet eskob en Rouan. Dizro d’e rouantelez, Judikaël a implias e holl amzer d’ober vad d’an ilizou ha d’ar bobl. O chom e veze pe en Talensak, pe en Pempont, pe en Mohon, en koad Bresilien. Eun devez, a lavar ar re goz, o tremen en eun hent, tost d’unan eus o gestel, e tigouezas gantan eun den lor, azezet e-tal eur stêr, o c’hortoz unan bennak d’e gas en tu-all. Judikaël hen sammas war e varc’h hag a reas d’ezan treuzi an dour. Kerkent, elec’h eur paour kez klanvour, e kavas dirakan eun den kaer : « Eürus oc’h, Judikaël, emezan, dre m’ho peus kemeret true ouzin. Me ive, eun de da zont, a raio digemer mat d’ec’h em rouantelez.» An Otrou Doue e-unan eo an evoa sikouret. Judikaël a wele alïes sant Malo, ha labourat a rênt neuze d’en em zantelât an eil egile. Eleiz a vanatiou a lakas sevel en e rouantelez ; hini Pempont eo ar brudetan aneze. Pa welas an urz-vat hag ar justiz o ren endro d’ezan, e lôskas stur ar gouarnamant gant eun all, hag e tizroas d’ar manati en devoa tremenet ennan e yaouankiz. Eno e varvas en peuc’h, ar 16 a viz kerdu 650. K E N T E L Lakomp grasou Doue da dalvezout Ar zent eo ar re a oar ober ar gwellan impli gant sklerijen ha nerz ar Spered-Santel. Ar bec’herien eo ar re a fell d’eze ober o fenn o-unan. Stourm a reont ouz ar c’hras. An Otrou Doue, an Ebestel, an Iliz hag ar skiant-prenan hen desk d’imp. En eur gomz eus tud Israël, Doue a lavar : « Ho kalvet am eus ha n’ho peus ket grêt van. Astennet am eus ma brec’h ha n’ho peus ket grêt eur zell.» N’eo ket ar c’hras a zo bet manket da dud Israël, tud Israël eo o deus grêt fae warni. Jezuz-Krist a lavare : « Malloz d’it, Korozaïn, malloz d’it, Bethsaïda; ma o dije bet klevet tud Tyr ha tud Sidon ar c’homzou ho peus klevet, ha ma o dije bet gwelet ar burzudou ho peus gwelet, o dije bet digoret o daoulagad, gwelet skler, ha grêt pinijen.» N’eo ket ar c’hras a zo bet manket da dud Korozaïn ha da dud Bethaïda ; tud Korozaïn ha tud Bethsaïda an hini n’eo ket fellet d’eze ober impli anezi. Jezuz-Krist a lavare ive da Jeruzalem : « Ha ped gwech n’am eus me ket bet c’hoant da vodan da vugale endro d’in, evel ma vod al lapous e evnigou dindan e iskili, ha te n’eo ket bet falvezet ganit !» N’eo ket ar c’hras a zo bet manket da dud Jeruzalem, tud Jeruzalem an hini n’o deus ket goulennet ober impli anezi. Sant Stephan a lavare d’ar Judevien : « Pennou kalet zo ac’hanoc’h, kalonou skornet, c’houi a zo dalc’h-mat oc’h enebi ouz ar Spered-Santel.» « Ho pedi hag oc’h aspedi a reomp, eme sant Pôl d’ar gristenien gentan, da deurel evez gant aon na gouezfe gras Doue warnoc’h, hep talvezout.» Eskibien ar bed holl, bodet en Trant en hanter ar XVIet kantved, a zisklerie : « Doue ne c’hourc’hemenn netra dreist galloud an den ; pa c’hourc’hemenn, e lavar ober ar pez ma c’haller, goulenn e skoazel evit ar rest, ha bep gwech e ro anezi.» Chom a reomp eta a-wechou hep lakat ar c’hras da dalvezout. Doue hag an Iliz hen lavar d’imp. Ar wirione-ze a anavezomp c’hoaz dre bon skiant-prenan. Diskennomp ennomp hon unan. Daoust ha ne dremenomp ket an hanter eus hon bue oc’h enebi ouz ar Spered-Santel ? Triouec'hvet devez a viz Kerdu SANT BRIAK Abad (VIet kantved) (1) Sant Briak a oa ganet en Iverzon, eus a dud pinvidik hag a renk uhel. Adalek e vugaleach, e kare ar furnez, ha dre ma kreske en oad, e kreske ive enni. Desket kaer hepdale, e oe laket gant e dud en palez ar roue; mes an den yaouank, ha na c'hoantae nemet eun dra, «bezan eur c'hristen mat», a dec'has ac'hane, hag a deuas a-dreuz ar mor da Vro-Zôz, betek eur gêrig tost d'ar manati e oa ennan sant Tual, abad. Digemeret a oe raktal ha gwisket, hag adalek neuze e teuas da vezan skouer an holl dre e vertuiou, e binijennou hag e bedennou. Daou vla goude, Doue a c'hourc'hemennas da zant Tual dont en Breiz-Izel. Dibab a reas d'hen heuilh dek manac'h ha tri-ugent, ha sant Briak a oa en o zouez. Meur a di a beden a zavas sant Tual en hon bro. Kemer a reas da vont gantan en e veajou, Ruelin, Briak ha Lovean pe Laouenan. Da gentan, ec'h ejont o zri da zaludi ar roue Derok, breur pe genderv-gompez da zant Tual. Derok a roas d'e vreur traouien Treger evit ober enni e vanati bras. Tual hen trugarekaas, hag en eur vont kuit, e lezas gantan, war e c'houlenn, sant Briak, evit sevel eur gouent en kichen ar maner en devoa Derok war ar mêz, 'lec'h 'man breman parouz Boulvriak. Sant Briak a zentas ouz e abad santel hag a vanas en palez ar roue. Derok hen lezas da glask hada zibab al lec'h a garje evit sevel ar manati neve. En eur c'horn eus ar c'hoad, en eul lec'h distro, ha war-dro eur c'hart-leo eus ar maner, e lakas sevel eur chapel vihan, da c'hortoz kaout peadra d'ober eur gouent. Ar chapelig-se, kentan iliz bet savet gant sant Briak, a oa kinniget gantan d'an Itron-Varia, hag he hano eo Itron-Varia ar Bôd-Fo. Eno, dre vurzud, e plommas eus an douar sec'h eur feunteun dour skler, elec'h ma teuas epad pell-amzer ar belerined d'evan ha da c'houlenn grasou. Dre ma wele ar venec'h o vont bepred war greski, endro da Vriak, ar roue Derok a reas diskar al loden eus ar c'hoad dibabet gant ar zant evit sevel e vanati. A-benn ugent miz, e oa ar gouent en he zav. An abad santel hag e holl venec'h a yeas neuze da chom enni. Evelse e savas bourc'h Boulvriak deut hepdale da vezan henvel ous eur gêr vihan. Sant Briak, hag a zonje gantan bezan dilezet ar bed evit mat, a oe souezet o welet e teue an dud muioc'h-mui d'hen kavet, da c'houlenn aliou ha pedennou digantan. Fellout a reas d'ezan kuitât al lec'h-se. Rei a reas karg eus ar gouent d'eur manac'h parfet ha santel, hag e pellaas dônoc'h er c'hoad. En eur c'horn distro, war eur grec'hen, koad uhel warni, e savas eun tammik ti evitan e-unan hag eur chapelig da bedi. Ac'hane e teue, eur wech an amzer, da welet e venech, ha goude e tistroe d'al lec'h kuz a blije d'ezan dreist ar re-all. Nag a zen klanv a bareas ! Nag a vurzud a reas en pep feson etre e beniti hag ar manati ! Kontet a vent c'hoaz dre ar vro. Mes ar zant, gant aon na deuje an drouk-spered d'hen gonid dre lorc'h, a dec'has adarre. Mont a reas tre betek Rom, evit goulenn bennoz ar pab ha daoulinan war beiou an Ebestel sant Per ha sant Pol. Pa arruas war e giz, e venec'h hag ar bobl a oa ouz hen gortoz, hag ober a rejont d'ezan eun digemer dispar. Evel biskoaz e kouezas ar burzudou eus e zorn, n'eo ket hepken war douar al Leo-Dro (2), met hed-a-hed d'ar veaj a reas d'ar Goz-Yeaudet, kichen Lannuon, da welet eskob Lexobi, hag ac'hane da Landreger, da welet ar venec'h-all eus e Urz. Goude eur vue ken santel, Doue en devoa da rei d'e zervijer fidel eur gurunen gaer. Arru oa koz ha dinerzet gant e labouriou hag e binijennou. Kouezan reas klanv en e vanati, en Boulvriak. O welet e tostae e dermen divezan, e c'halvas e venec'h, e vreudeur holl endro d'e wele. Neuze e falvezas d'ezan kommunian ha bezan nouet dirake. Rei a reas d'eze goude e genteliou, e aliou divezan, hag e savas e zorn evit rei d'eze e vennoz. Neuze e tôlas e zaoulagad war ar C'hrusifi a oa ouz treid e wele, ha goude bezan komzet eun nebeut amzer a vouez uhel, gant karante ha devosion, ouz hon Zalver stag ouz ar groaz, e ene santel a bignas d'an nenv, ar 17 a viz kerdu, er bla 627. E gorf a oe sebeliet en kichen an ôter vras, en iliz e vanati, ha Doue an eus diskouezet e oa Briak eur zant, dre ar miraklou an eus grêt en amzer dremenet hag a ra c'hoaz bemde en kenver ar re a deu da bedi war be an abad santel. An dud kez a goue en drouk-sant, ar re a zo troet o spered, ar re a zo boazet d'an droug-penn a ve pareet, peurvuian, goude ma vent bet o pedi war e ve, ha ma ve bel laket war o fenn relegou sant Briak. E.O Hirie e rêr c'hoaz gouel an Iliz o c'hortoz ginivelez Hon Zalver, ar Zalver-ze prometet adalek baradoz an douar ha gortozet gant an holl boblou, ar baganed kouls hag ar Judevien. An Iliz a enor ive, dre ar gouel-man, ar Werc'hez Vari prest da c'henel he mab. (1) Gouel sant Briak a zo ar 17 a viz kerdu; abalamour da ouel Sant Judikaël, eo laket an 18. (2) Pardon al Leo-Dro a rèr c'hoaz bep bla. da Yaou-Fask, gouel an Asansion, ha prosesion al Leo-Dro tro-war-dro d'ar vourc'h, evit digas zonj eus kentan prosesion sant Briak hag e venec'h endro d'an douar dibabet gant ar zant evit e vanati. K E N T E L Perak en deus Doue gortozet keit-all arôk digas e Vab ? I. - Doue en deus gortozet pell, da gentan, evit diskouez d'an den an ezom en devoa eus Jezuz-Krist. An den en devoa pec'het, o klask en em zevel betek bezan henvel ouz Doue; dleet oa e vije diskaret ken na deuje da an août e zempladurez hag an ezom en devoa da gaout eur Zalver. Setu perak Doue, da gentan, a lezas anezan gant e skiant vat, ha netra ken, d'e hentchan war hent ar vue; mes daoust d'e skiant vat, an den a goueze. Doue a roas d'ezan neuze e Lezen; mes daoust d'ar Lezen, an den a dalc'he da gouezan, da gouezan ken gwaz ha da gouezan ken izel. ma c'houlermas gras eur Zalver, rak gwelet a rê e oa o vont da goll. II. - Doue en deus gortozet pell c'hoaz, arôk digas e Vab, evit ma vije ôzet pep ira er bed d'ober d'ezan an digemer a oa dleet. Pa zivizas Doue kroui ar bed-man, e lakas pell amzer evit e ôzan. Pell amzer a dremenas etre e grouidigez ha krouidigez an den. Meur a vil bla a oa ma skuilhe an heol e sklerijen. ma touge ar gwe o frouez, ha ma rede al loened an douar, arôk ma teuas an den. Eun devez, Doue a gavas e oa mat pep tra evit rei digemer da roue ar grouadurien, hag e krouas an den, hag e lakas anezan en kreiz e rouantelez. Ma ' n eus an Otrou Doue laket kement a amzer d'ober ar bed, evit rei ennan eun digemer dereat d'an den, e grouadur, arabad d'imp kredi, eme sant Thomas, n'en dije ket bet ezom amzer ive evit lakat ar bed en doare da zigemer Jezuz-Krist, e Vab muian-karet. Rouane ar bed-man, pa dleont ober o diskenn en eun tu bennak, a gas en o rôk kannaded da rei kelou eus o donedigez. Roue an nenv n'halle ket, kennebeut, en em ziskouez e-touez an dud hep kas kannaded da embann : «An Otrou a zo tost; hepdale e teuio; ôzet pep tra d'ober digemer d'ezan.» Abalamour da ze Doue a grouas eur bobl a oe e bobl muian-karet, da viret ha da gas dre ar bed ar fe er Zalver da zont. Evit ma kreskje e fe, e reas burzurdou dispar en e genver, hag; evit ma vrudje anezi, e lakas an Ejipsianed, an Assirianed. ar Persed, ar Gresianed, ar Romaned da zismantr e vro ha da stlabean anezan dre bevar c'horn ar bed. Kavet a vije Judevien en Ejipt, en Babylon, en Athen, en Rom, en pep bro; ha bepred e kasent gante, dre mac'h eent, komzou Doue : or c'helou mat. Dre holl vije kemeret plijadur o klevet aneze o komz ken brao evel ma ouient ober, eus ar Zalver a dlee dont, ha dre ze, ar bed holl a huanade war-lerc'h an Hini a dlee digas gantan war an douar al levenez hag ar garante. Naontekvet devez a viz Kerdu An den eürus Urban V Pab (1362-1370) Gwilhou Grimoart, an hini a dlee divezatoc'h dougen an hano a Urban V, a oa ganet en Grisac, el Lozer. (Doue a roas d'ezan da anaout abred eo ar zantelez al louzou c'houez vat a vir ouz ar ouiziegez da vont da fall. Rak-se, goude bezan grêt e studi en Montpellier hag en Toulouz, en em dennas en manati Sant-Viktor Marseilh. Ac'hane e oe goulennet da vont d'ober skol da Vontpellier, da Bariz, da Avignon ha da Doulouz ; en kement lec'h ma tremenas, an diskibien a ziredas niverus da zastum mel e gelennadurez. Ar vrud an evoa a reas da eskibien Klermont hag Uzes e gemer da vikêl-vras. Eun nebeut blaveziou goude, ar pab Klemant VI hen kasas d'an Itali. Hanter-kant vla bennak a oa abaoue m'oa deut ar pabed da chom da Avignon, kement a reveulzi evel ma oa en Rom ; abaoue, kêr-benn ar bed kristen ne rê nemet koll tamm ha tamm he gened hag he danve. Gwilhou a oe karget da vont d'ober eun dro da welet ha dizrei a c'halle ar pab d'e gêr goz. Goude ar veaj-ze, e oe hanvet da abad manati Sant-Viktor Marseilh, ha da varo Innosant VI, digouezet ar 27 a vizgwengolo 1262, daoust ne oa ket c'hoaz kardinal, e oe grêt d'ezan pignal war Gador sant Per, hag e kemeras an hano a Urban V. Gwell oa gantan an hano-ze evit meur a hini-all, abalamour ar pevar o devoa e zouget en e rôk a oa bet sent bras. Tri dra a c'hoantaas kas da benn : dizrei da Rom, kreski santelez ar gristenien, ha prezek ar fe er broiou goue. An 8 a viz here 1367, e reas e zisken eo Rom. Kalon ar Romaned, ouz e welet, a dride en o c'hreiz. Kêr adregerne gant ar youc'hadennou a levenez: «Ra vezo meulet Jezuz-Krist ! Bue hirr d'hon Tad Santel ! » Urban a yeas, da gentan, da zaoulinan war beiou an Ebestel, hag epad ma rede an daerou eus e zaoulagad, o sonjal en trubuilhou a oa c'hoarvezet abaoue an tri-ugent vla ma oa et ar pab eus a Rom, e vouskanas ar c'hantik a lavare ar Judevien, pa oant en harlu war ribl an Buphrat : « Azezet war lez stêriou Babylon, e ouelemp o sonjal en Sion. » Eun drue oa gwelet pegen diskernpenn oa deut da vezan an ilizou, abaoue ne oa mui o ferc'hen er gêr da evesât oute. Urban a lakas dioustu dresan iliz Sant-Pôl ha hini Sant-Yan-Latran. Ober a reas ive ar pez a oa en e c'halloud evit lakat ar ouiziegez hag ar zantelez da greski e-touez ar veleien, ar venec'h hag al leanezed. Arôk rei ar c'hargou iliz, e selle ôuz ar zantelez ha nan ouz ar c'hinivelez. . Kas a reas misionerien betek an Indez hag ar Chin. Trouz o vezan savet etre ar Frans ha Bro-Zôz, e c'hoantaas mont da lakat ar peuc'h etre an diou rouantelez. Santez Berc'hed, a oa neuze en Rom, a glaskas e ziarbenn : « Doue, emezi, ne fell ket d'ezan ec'h afe ar pab eus an Itali. Ma zisro en Frans, e varvo prest goude. » Daoust da ze, Urban a yeas en hent ; mes n'evoa ket laket mat e dreid en Avignon, pa oe skoet gant eur c'hlenved ha ne ouie den seurt ebet dioutan. P'en em gavas falloc'h, e reas digeri dor e di, bag e lôskas ar bobl da dostât ouz e wele : « Red eo e welfe, emezan, penôs e varv ar pabed. » Mervel a reas en miz kerdu 1870. Daou vla goude, e gorf a oe douget da vanati Sant-Viktor, ha d'an 10 a viz meurz 1870, Pi IX a roas ôtre da enori anezan evel den eürus. K E N T E L Gened an Iliz An Iliz a zo eun emglev etre an dud evit pez; a zell madou an ene. Eun emglev eo ha n'eus ket he far war an douar ; rak n'eus hini-all ebet hag a vefe enni, war an dro, kement a unvaniez ha kement a dud. Kemeromp daou gatolik, eur Breizad, mar karet hag eur Japonad, pell o-daou an eil diouz egile, pellan ma c'hell daou zen bezan, an eil diouz egile, war an douar-man. N'o deus ket ar memes liou ; unan, ar Breizad, a zo gwenn ; egile, ar Japonad, a zo melen ; unan a gomz brezoneg ; egile a gomz japoneg ; unan a zoug bleo hirr ; egile a zoug bleo berr : unau a zoug dilhad start ouz e gorf ; egile dilhad lôsk ; unan a vev gant bara ; egile a vev gant riz ; unan a vev en eun ti men ; egile, en eun ti paper. Daoust da ze, o-daou e lavaront ar memes Credo ; o-daou e heuilhont ar mêmes gourc'hemennou ; o-daou e kemerout peurz er memes sakramanchou ; o-daou e sentent ouz an den gwisket en gwenn, a zo du-hont en Rom, war Gador sant Per. N'eus emglev ebet war an douar ken kaer hag Iliz Jezuz-Krist. Klasket, redet ar rouanteleziou ; treuzet ar moriou ; grêt tro ar bed ; n'eus netra par da Iliz Rom ; netra ken skedus ha pried Jezuz-Krist. Bezomp eta d'ezi en hon bugaleach, en hon yaouankiz, en hon oad den, epad hon bue pen-da-ben, eus ar c'havel-badeziant d'ar c'havel-be. Ra deuio hon dorn da zec'han hag hon teod da stagan ouz hon staon, ma tigouezfe d'imp, de pe de, ankouât ac'hanoc'h, o Iliz santel, ha ma paouezfe hon c'halon da dridal dre garante evidoc'h. Ugentvet devez a viz Kerdu An den eürus Per Canisius Beleg eus Kompagnunez Jezuz, abostol an Alamagn (1519-1597) Per Canisius, ginidik eus ar Holland, goude bezan grêt studiou kaer er Pologn hag en Louvain, a c'houlennas digemer en Kompagnunez Jezuz. En amzer-ze e oa Luther, ar manac'h fall, tad ar brotestanted, kas dismantr ar bed kristen; et oa er-mêz eus an Iliz, ha c'hoant en devoa da welet an holl oc'h ober eveltan; tec'het oa diwar hent ar baradoz, ha c'hoant en devoa da welet an holl o vale gantan war hent an ifern. Evit diarbenn an droug a rê, ar pab Pôl III a zigoras konsil-meur Trant (1545). Per Canisius, deut da heul eskob Augsbourk, en em gavas, daoust d'e yaouankiz, da brezek ouspen eur wech, dirak Tadou ar C'honsil, ha gouzout a rê an tu da lakat e gomzou da domman ar c'halonou ha da sklerijenni ar sperejou. O welet e rê an heretiked levriou da rei d'anaout fals-kredennou dre ar vro, Canisius a zonjas ne oa louzou ebet gwelloc'h ouz an droug evit eur skrid berr war ar gelennadurez kristen. Skrivan reas eta eur c'hatekiz, hag ober a reas anezan ken frêz ha ken sklêr, ma n'eus levr ebet gwelloc'h da lakat an dud, en berr amzer, da anaout ha da garet ar relijion gristen. Konsil-meur Trant a oe klozet erfin, er bla 1563; Canisius a oe karget da embann e lezennou dre an Alamagn, hag hen ober a reas eus ar gwellan. An heretiked a voullas neuze, en Magdebourk, eun istor eus ar relijion gristen hag a oa eun dismegans evit an Iliz katolik; ar pab Pi V a gargas Canisius da zispenn ar geier-ze. An den santel a zavas neuze al levr «Penôs e ve troet fall komzou Doue,» hag ennan e tisklerias hag e tifennas ar gwir le en eun doare dispar. Eus an Alamagn, Canisius a oe karget da vont da zevel eur skolach vras da Fribourk, er Suis. Daoust pegement a breder a gemere gant an ti-ze, an den santel a gave amzer c'hoaz da brezek, da welet ar re glanv, da gelenn ha da c'honid an heretiked. Tud Fribourk a gare o abostol evel eun tad. Eun devez, protestanted Jenev, Lausann ha Bal, a gasas da Fribourk gwall skridou eneb Kompagnunez Jezuz. Kanton Fribourk a-bez, evit gwalc'hi an dismegans-ze, a reas le dirak an nenv hag an douar da viret bepred e fe katolik. Goude bezan gouzanvet poaniou skrijus epad pevar miz, Canisius a varvas en Fribourk, an 20 a viz kerdu 1597, o ren e driouec'h vla ha tri-ugent. Pi IX a lakas e hano war roll an dud eürus, an 20 a viz du 1864. K E N T E L Ar meritou Ar zent a dremen o bue o tastum meritou evit ar baradoz. I. - Meritou a dleer da zastum Doue a roio e varadoz hag e gurunen d'an den, ma virit aneze : ne roio ket aneze en aluzen; o goulenn a renko; o frenan a renko; o faean a renko. Ar meritou eo ar mone a dalv d'an den da baean e gador hag e gurunen er baradoz. Non coronabitur, nisi qui legitime certaverit : Ne vezo kurunet nemet an neb en devo stourmet evel m'eo dleet. II. - Meritou a c'haller da zastum Ar Skritur-Zakr hen diskouez. Lavaret a ra e vezo gopraet an oberou mat. Pep-hini a resevo e c'hopr diouz e labour. Lavaret a ra petra vezo roët en gopr evit an oberou mât : «Tridet emezi, ha bezet laouen, rak ho kopr a zo bras ebarz en nenv». Kement hini en devo dilezet e dad hag e vamm, e vreudeur hag e c'hoarezed, abalamour d'in, en devo kant gwech muioc'h evit ar pez en deus lezet, hag ar vue peurbadus ouspen.» Hag ar goprou-ze a zo roët, n'e ket hepken abalamour m'eo dereat da Zoue o rei, mes abalamour m'eo red. Setu petra ro sant Pôl da anaout pa lavar : «Stourmet am eus gwellan ma c'hallen, peurc'hrêt eo ganin ma redaden, ha breman e c'hortozan ar gurunen a dle Doue d'in, hag a roo d'in, abalamour m'eo eur barner leal.» Meritou a c'haller eta da zastum. Ar Skritur-Zakr hen diskouez. An Iliz hen lavar ive. An eskibien, en Trant, a skrive : «Malloz d'an neb a lavarfe eo dereat hepken da Zoue rei ar baradoz d'an den a varv en stad a c'hras, rak dleet eo d'ezan hen ober goude ar promese en deus grêt.» An eskibien, en Oranj, a lavare : «N'eo ket red d'an Otrou Doue rei e c'hras d'an den d'ober oberou mat; mes pa vezont grêt, eo red d'ezan o goprât.» «Evel m'eo dleet e teufe ar maro war-lerc'h ar pec'hed, evelse, eme sant Augustin, eo dleet e teufe ar vue a bado da viken war-lerc'h an oberou mat.» III. — Evit dastum meritou, e renker bezan en gras Doue. Ar skour n'hall ket dougen frouez nemet stag a vefe ouz ar wezen; evelse e c'hoarvez gant ar c'hristen. Stag e renk bezan ouz Doue, anez, eo didalve e oberou. Red eo, d'an eil, bezan en bue. «Dont a ra an noz, da lavaret eo, ar maro, ha neuze n'haller mui ober netra.» IV — Hag ar pez a rêr a renk bezan grêt gant liberte; red eo e vefe mat, drezan e-unan ha dre an digare hon doug d'hen ober, ha grêt abalamour da Zoue. Dastumomp meritou muian ma c'hellfomp : diskiant eo bernian danve en eur vro ha n'omp ket da chom enni, ha chom hep kas madou d'ar vro hon devo da vont enni hepdale. Kentan devez warn-ugent a viz Kerdu SANT THOMAS Abostol Thomas a oa ganet er Galile. O vezan klevet bano eus ar burzudou a rê Jezuz, e kredas e oa ar C'hrist, ha ne zaleas ket da heuilh anezan en pep lec'h. An enor en devoe da vezan dibabet evit unan eus an daouzek abostol. Pa fellas d'Hon Zalver mont da Vethani evit rei ar vue d'e vignon Lazar, a oa neve varo, an diskibien hen dizalias, en eur lavaret : N'eus nemet eur pennadik, ar Judevien a felle d'eze ho lazan a dôliou mein, hag e fell d'ec'h distrei dioustu en o zouez ? - Deomp bepred ! eme Jezuz. - Deomp ive, eme Dhomas d'an diskibien, evit mervel gant Hon Mestr. De arôk e varo, epad ar goan divezan a reas gant e ziskibien, Jezuz a lavaras d'eze : - N'et ket d'en em jalan mac'h an d'ho kuitât, rak mont a ran da gempenn d'ec'h eur plas kaer; dizrei a rin evit ho kerc'hat hag ho tigas d'al lec'h ma vezin ma-unan. Gouzout a ret da belec'h ec'h an, hag anaout a ret an hent. - N'ouzomp ket, eme Dhomas dioustu, da belec'h ec'h et; penôs neuze e c'hallfemp anaout an hent ? - Me, eme Jezuz, eo an hent, ar wirione hag ar vue; den n'hall mont da gaout ma Zad nemet drezon-me. Abarde an devez ma oa savet eus e ve leun a vue, Jezuz a 'n em ziskouezas_d'e ziskibien, en eur lavaret d'eze : - Ar peuc'h ra vezo ganec'h ! Thomas ne oa ket war al lec'h, ha ne fellas ket d'ezan kredi an Ebestel, pa lavarent d'ezan e oa savet Jezuz eus e ve leun a vue, hag o devoa e welet. - Nan, emezan, ne gredan ket ac'hanoc'h, ha ne gredin nemet p'am bezo gwelet roudou an tachou en e zaouarn hag en e dreid, ha laket ma biz en gouli e goste. Eiz devez goude, e oa gant an diskibien-all en eur gambr, an dorojou prennet mat warneze, gant aôn ouz ar Judevien. Jezuz a 'n em ziskouez dirake en eur lavaret, evel en dro gentan : - Ar peuc'h ra vezo ganec'h. Hag en eur drei ouz Thomas, e lavaras d'ezan : - Ha te, Thomas, deus, hag anave ec'h on en gwirione savet eus ma be leun a vue; gwel ha n'eo ket heman ar c'horf a zo bet staget ouz ar groaz; sell ouz ma daouarn hag ouz ma zreid, lak da viz en gouli ma c'hoste, ha diwall ken da vezan diskredik. Thomas a respontas dioustu : - C'houi eo ma Otrou ha ma Doue ! Jezuz a lavaras d'ezan : - Kredet a teus, Thomas, abalamour ma teus gwelet; eürus ar re a gredo hep bezan gwelet. Goude bezan resevet ar Spered-Santel da ze ar Pantekost, sant Thomas a yeas da brezek an Aviel en koste ar sav-heol. Prezek a reas en kement bro a oa en Azi, betek an Indez. Gonid a reas eun niver bras a eneou da Zoue, ken dre e skoueriou mat, ken dre e viraklou. Beleien an doueou fôz a gounnare; ober a rejont kement ma oe kondaonet, gant eur roue pagan, da vezan lazet a dôliou goaf. K E N T E L Dre nerz ar Spered-Glan Doue eo ar Mestr, Mestr ar bed-all ha Mestr ar bed-man. ha daoust d'ezan da vezan bet Mestr a holl-viskoaz, n'eus kelou ebet gantan c'hoaz da zilezel e garg. Mestr war bep tra : war ar stered a red eus an eil oabl d'egile; war ar moriou a ruilh eus an eil ôd d'eben; war an douar, war e drevajou, war e loened; Mestr war an treo n'eus bue ebet enne, ha war an treo buezek. Doue eo Mestr pep tra, ha dreist-oll, Mestr an dud. Burzudus eo an treo kaer a ra gant ar grouadurien dispered, a zent outan bepred; mil ha mil gwech burzudusoc'h eo c'hoaz en treo kaer a ra gant grouadurien speredek a 'n em lez da vezan renet gant ar Spered-Glan, evel eur c'hrouadur gant e vamm. Jezuz-Krist en devoa prezeget epad tri bla. Daouzek den en devoa dastumet war e dro; roët en devoa d'eze e gelennadurez. Eun devez a deuas, hag un an eus an daouzek-se hen gwerzas, eun all hen nac'has, an dek-all a dec'has. Staget a oe ouz ar groaz; mervel a reas outi; e gorf a oe sebeliet. Tri devez goude, e save eus a varp da veo; daou-ugent devez goude, e pigne en nenv. Hanter-kant devez goude, an Ebestel a oa bodet er Gambr-lid, hag a bede kalonek gant ar Werc'hez. o Mamm; en eun tol, e oe klevet eun drouz vras henvel ouz trouz eun avel o c'houezan ganl nerz, hag a lakas an ti da grenan; hag e weljont evel teodou tan a 'n em rannas, hag a chomas unan ' us da bep-hini aneze; hag e oent leuniet holl gant ar Spered-Santel. Adalek an de-ze, pesketêrien ar Galile a deuas da vezan tud neve; distag diouz pep tra; dispont en pep lec'h; mont a rejont dre ar bed da c'honid anezan da Jezuz-Krist. Klevet a oent, hep mez ha heb aon, o komz dirak pennou-bras Jeruzalem, re Athen ha re Rom. Gwelet a oent o vont a gêr da gêr, a vro da vro, tamallet gant ar Judevien, gwapaet gant ar baganed, o vinnigan ar re o millige, laouen o kaout eun dra bennak da c'houzanv evit o Otrou. Ne zellent ket ouz o foan; en em ankouât a rênt o-unan evit briata an dud kez, an dud dizesk, an dud reuzeudik a oa endro d'eze. Ha pa deuas abarde o bue, e savjont warzu an nenv o divrec'h bronduet gant ar chadennou, o izili gouliet gant benviou o merzerenti, hag e tiskouezent en doare-ze, d'an Hini o devoa gwelet o pignal en nenv war ar wabren, ne oant ket c'hoaz skuiz o stourm hag o labourât evitan, hag e oant goest, zoken, da c'houzanv poaniou-all brasoc'h, kentoc'h evit trei kein d'ezan. O klevet hevelep komzou hag o welet hevelep kalonou, ar Juzevien pennek hag ar baganed dallet a selaouas ar brezegerien neve, hag a adoras an Doue a embannent. Piou en devoa roët kement-se a nerz d'an Ebestel ? Ar Spered Glan. N'hon deus nemet senti outan hag e lako ac'hanomp ive da vont eus an droug d'ar vad, hag eus ar vad d'ar zantelez. Eil devez warn-ugent a viz Kerdu Ar plac'h eürus Mari Mancini Intanvez ha Leanez eus a Urz sant Dominik (***-1431) Katel Mancini a oa ganet en Piz, en blaveziou divezan ar XIVrt kantved, a dud a zoujanz Doue. Evit senti ouz he zad, e timezas, hag e oe skouer ar priejou kristen. Daou vugel he devoe, mes an daou êlig-ze a nijas d'ar baradoz arôk m'he devoe ive ar rann-galon da goll he fried. Gouelan a reas d'ezan pell, hag er beden hepken e kavas louzou da barean he glac'har. He zad a reas d'ezi dimezi eun eil gwech d'eun dijentil eus a Biz. Doue a vinnigas o eured, hag a roas d'eze pemp merc'h hag eur mab. He c'harante evit ar beorien a oa dispar, ha den reuzeudik ebet ne skoas war he dor hep bezan selaouet. Plijadur a gave, dreist-oll, pa c'halle bezan war-dro ar glanvourien, o louzaoui o gouliou, hag o rannan etreze, gant aluzen ar c'horf, aluzen ar c'homzou mat. Lakat a rê al levenez da ziwan er c'halonou ar muian glac'haret. Diou skeul a gas d'an nenv, eus ar bed, kristenien, Unan an aluzen, hag an eil ar beden. Daoust pegement a breder a renke kemer gant he ziegez, Katel a gave amzer d'en em unani alïes gant an Otrou Doue dre ar beden. Mes Doue a felle d'ezan kreski he zantelez oc'h ober d'ezi bale dre hent ar groaz. Koll a reas, en beir amzer, he c'houec'h krouadur hag he fried. Adalek neuze, ne glaskas en em harpan war netra ken nemet war Galon-Zakr hon Zalver Jezuz-Krist. Ober a reas le da yun peder gwech er zun, da skourjezan bemde he c'horf, ha da gousket war eun dornad keuneud. C'hoantât a reas ive labourât gant he daouarn evit gonid he baraha hini he feorien. En amzer-ze, santez Katel a Zienn a deuas da Biz, d'he sklerijennan ha d'he c'hennerzi. War he ali, e wiskas saë ar binijen, en Urz sant Dominik, ha neuze e kemeras an hano a Vari. Bezan e oe skouer he holl c'hoarezed. Ne gave netra re diês d'ober; da varo al leanez santel, Klara Gambacorti, e oe laket da superiorez gant an holl leanezed. Adalek neuze en em droas muioc'h evit biskoaz gant ar beden hag ar binijen. An devosion a gare ar muian oa an devosion da eneou ar purgator. Mervel a reas etre divrec'h he c'hoarezed, er bla 1431. Pi IX en deus roët ôtre da lavaret an ofis hag an oferen en he enor. K E N T E L Levr ar re n'ouzont ket lenn Mari Mancini ha Jann d'Arc a varvas er memes blavez. An istor ne verk ket e vije bet a r gentan eun doktorez, hag evit an eil, e lavar ne ouie ket lenn. An dra-ze n'eus ket miret oute o-diou da bignal uhel er baradoz. An ijin, ar ouiziegez, ar c'halloud hag ar binvidigez, treo mat, koulskoude, dreze o-unan, ne dalvezont netra pa ne lakont ket o ferc'hen da gerzet en hent an nenv. Ar zantelez hepken a zo awalc'h anezi evit ober hon eürusted war an douar-man, hag hon c'has goude-ze da c'hloar ar bed-all. Hag evit bezan santel n'eo ket red bezan desket. Setu aman penôs e tiskoueze sant Visant Ferrier pegen gwir eo kement-se : « Gwechall e oa, emezan, eun itron ha ne ouie ket lenn, ha ne anaveze peden ebet nemet ar Bater, an Ave hag ar Gredo, ha koulskoude, pac'h ee d'an iliz, e kase ganti eul levr, hag e tigore anezan, evel pa vije ouz e lenn,, hag e ouele dourek. » Eun den mat a c'houlennas outi, eun de, petra lenne en he levr, hag a bedas anezi d'hen diskouez d'ezan. Hag e lavaras : « Me n'ouzon ket lenn ho levriou-c'houi, emezi, mes c'houi n'ouzoc'h ket lenn ma hini-me, kennebeut.» Koulskoude, evel ma tiskoueze kaout c'hoant d'ober eur zell outan, e tispakas d'ezan he levr. Ne oa ennan nemet peder delien. Ar gentan, gwenn-kann; an eil, ru-tân; an trede, du-pod, hag ar bedervet, melen-aour : «Oh ! emezan, mes n'eus lizeren ebet en neb lec'h ! Ne welan netra ebet da lenn aze !» An itron a lavaras : « War an delien gentan, me lenn glanded Jezuz-Krist hag ar Werc'hez Vari; pa lakan anezi en kichen fank ar pec'hed a labe ma ene, n'hallan ket miret ouz an daerou da zon em daoulagad. » Gouelan ran ive, emezi, o sellet ouz an eil delien, rak he liou a ra d'in sonjal en Pasion an Otrou, hag er gwad en deus skuilhet evidomp. War an drede, e lennan tenvalijen euzus an ifern hag holl boaniou an dud daonet, ha war ar bevare, holl gloar hag holl dudi ar baradoz. » Gwelet a ret, eme neuze sant Visant, ar Spered-Santel en devoa desket lenn d'ar wreg-ze ha ne ouie ket he lizerennou. Arabad da zen ebet eta lavaret ne oar ket lenn, rak lenn evelse a ouezo bepred, ha kement hag a renker eo.» Gouiziegez n'eo netra Pa ya eneb Doue : Deskomp holl, dreist pep tra, Sovetât hon ene. Trede devez warn-ugent a viz Kerdu Merzerien Nikomedi 303 An impalaer Dioklesian, laket pennadou ennan gant e vab-kaer Galer, a zisklerias an dekvet brezel bras d'ar gristenien, dre eur gemennadurez embannet en Nikomedi, ar 24 a viz c'houevrer 303. Unan a zaou a renked ober : kinnig ezans d'an doueou pe mervel. Bihan e oe niver ar re a droas kein da Jezuz-Krist, en Nikomedi, en deveziou-ze. N'eus hano en istor nemet eus a ziou hag o dije nac'het o le, hag a oe an diou impalaerez. Eleiz a gristenien-all a oa el lez, hag an evoa an impalaer pep fizianz enne, hag a gare evel e vugale ; ar re-man a gavas gwell gouzanv ar maro, kentoc'h evit mont d'ober dismegans da Zoue o badeziant. Euzeb en deus skrivet d'imp merzerenti Per, den a gambr an impalaer. Evel ne felle ket d'ezan kinnig ezans, e oe staget war eur marc'h koad ha dispennet e gorf a dôliou skourje. Eur wech ma oe dizoloet an eskern, e oe laket holen ha gwinegr war ar gouliou. Goude e oe astennet 'us d'an tan, evit peurdevi ar pez a gig a chome c'hoaz ouz e eskern. En doare-ze e varvas, diflach en e fe evel eur garreg en kreiz tarziou ar mor en kounnar. Dorothe, Gorgonius, hag eleiz a zervijerien-all eus ar palez, goude bezan bet skourjezet pell amzer, a oe mouget. An impalaer e-unan a chomas war al lec'h epad o merzerenti. Goude bezan roët ôtre d'o sebelian, e teuas keun d'ezan, ha gant aon na deujed da bedi en harz o relegou, e roas urz d'o zennan eus ar be ha d'o stlepel er mor : « Petra ra ze ? eme Laktans. Daoust hag ar re a chouzanv ar maro evit o Doue a zo nec'het gant o relegou ? Ma fell d'eze mervel, eo abalamour mont da lez an Otrou. » Epad ma oa evelse Dioklesian o lakat tud e di d'ar maro, kêr a-bez a oa ive er strafuilh hag er spont. Barnerien a oa en templou brasan, ha kement hini a vije difizianz anezan, e veze gourc'hemennet d'eze kinnig ezans, ha pa ne felle ket d'eze hen ober, e vezent kondaonet d'ar maro. N'eo ket hepken ar bôtred, ar merc'hed ive, hag ar vugale zoken, a veze heskinet. Da gentan, e oe kroget en dud a iliz. An eskob Anthim hag e veleien a oe barnet prim ha prim ha lazet en doareou dishenvel ; gante e varvas ive o c'herent; a-wechou e vezent laket en eur vag ha stlapet er mor gant eur men ouz o goug; a-wechou-all e veze grêt eun tântad endro d'eze d'o devi a vagad. Epad an amzer-ze, ar prizoniou a oa deut da vezan leun-chouk. Goude ar veleien hag o c'herent, e teuas tro an dud fidel-all, ha tournanchou iskis a oe kavet evit o lakat d'ar maro. Ar verzerenti a skuilhas war o zâl al levenez a bado da viken, ha kentoc'h e skuizas an impalaer o skei eget ar gristenien o c'houzanv. K E N T E L Hon Merzerenti I. — Holl e tleomp bezan merzerien. Na pegen kaer n'eo ket nerz-kalon merzerien Nikomedi. Diskenn a reont eus ar c'hargou uhelan hag ober a reont ar zakrifis eus o bue, kentoc'h eget nac'h o fe. Na pebez merzerenti glorius ! Arabad d'imp ankouât hon deus holl eur verzerenti da c'houzanv. Jezuz en deus lavaret eo dre nerz e c'houezer rouantelez an nenv (1), ha sant Pôl a lavare : « An neb a stourm a vezo kurunet (2) ». Hent ar groaz eo hent ar gloar : « Red eo treuzi eur mor a drubuilhou arôk digouezout en porz ar baradoz. (3) » II. — Hon merzerenti n'eo ket ken kalet ha hini ar verzerien, mes hirroc'h e pad. Ar verzerien, evel re Nikomedi, o deus renket gouzanv poaniou skrijus evit gonid o c'hurunen, mes an dra-ze n'eo ket bet padet nemet eun nebeut heuriou. Hon merzerenti-ni a dle padout epad hon bue, rak stourm a renkomp ouzomp hon unan, ouz hon techou fall, ouz au drouk-spered, ouz ar bed ; en em gastizan, gouzanv gant pasianted, plegan da volonte an Otrou Doue. Bue ar c'hristen, pen-da-ben, n'eo nemet eur verzerenti. Daous! hag eur verzerenti eo hon bue ? III. — Ken bras e vezo hon gloar. Merzerien Nikomedi a zo enoret war an ôteriou ; an dra-ze a zo kalz ; mes ar gwir enor a gavont, nan war an douar-man, mes en nenv. Eno eo en deus sant Yan (4) gwelet an holl zent, gwisket gant saëou skedus, bodou palmez en o daouarn, endro da drôn Doue, o kanan meuleudiou an Otrou, hag o welet Jezuz-Krist tâl-ouz-tâl. Setu aze petra ' zo ouz hon gortoz. Gouzanvomp eta hon merzerenti a galon vat. Diwar ar groaz e pigner er sklerijen. Per crucem ad lucem. (1) Sant Vaze, XIet pennad 12et koublad. (2) Sant Pôl, II da Dim. II, 5. (3) Oberou an Ebestel XVI. 2l. (4) Apokalyps VI, 9. Pevare devez warn-ugent a viz Kerdu SANTEZ TARSILA Gwerc'hez (VIet kantved) Tarsila a oa moëreb da zant Gregor. Setu aman penôs e ra ar pab bras-ze he meuleudi en e shridou. Ma zad, emezan, en devoa ter c'hoar; o zer e rejont da Zoue al le da viret o gwerc'hded. Unan aneze a oa hanvet Tarsila, an eil Gordiana, hag an trede Emiliana. En em rei a rejont da Zoue er memes devez, hag adalek neuze e vevjont o zer en o zi, evel ter leanez. Burzudus oa gwelet pegen prim e kerzent war hent ar zantelez, an eil o rei skouer vat d'eben. Koulskoude, ar blaveziou, dre ma tremenent, a zigasas kemm bras etreze. Tarsila hag Emiliana e kreske kement enne karante Doue, ma c'helled lavaret e oa o eneou er baradoz, ha ne oa ken nemet o c'horfou war an douar. Mes Gordiana, dre he dievezted, he devoa lezet da yenât ar garante virvidik he devoa er penn kentan. Dont a reas da vezan lôsk en servij Doue, ha karante ar bed a stagas ouz he c'halon. Tarsila a wele ar chenchamant-se gant tristidigez, hag alïes e lavare da Emiliana : « Gwelet awalc'h a ran eman hon c'hoar o trei kein d'imp. Re a zarempred he deus gant an dud diavêz, ha ne dôl ket evez, evel m'eo dleet, evit miret he c'halon distag diouz ar bed. » Gourdrouz a rênt anezi goustadik, ha diskouez a rênt d'ezi pegen amzer e oa gwelet eur plac'h hag he devoa grêt le, evelti, da viret he gwerc'hded, o 'n em drei gant ar bed. Gordiana a ziskoueze kaout c'hoant da heuilh ar c'henteliou mat roët d'ezi. Lavaret a rê e vije furoc'h en amzer da zont, mes an dra-ze ne bade ket pell. Goude ma veze bet eur pennad war evez, en em dôle adarre da zarampredi, gwasoc'h-gwaz, merc'hed ar bed, hag e teue da vezan henvel oute. Tarsila oa an troetan gant ar beden, hag ar c'haletan ouz he c'horf; pignet e oa uhel en skeul ar zantelez. Eun nozvez, dre he hunvre, e welas an den mat Felix, ma zad-kunv. Heman a ziskouezas d'ezi eur palez, eur sklerder dudius ebarz hag a lavaras d'ezi : « Deut, er sklerijen-man e tlean ho tigemer. » An de war-lerc'h, eur gwall derzien a grogas enni hag he stlejas d'ar be. Evel m'eman ar c'hiz, eun toullad tud, pôtred ha merc'hed, — en o zouez e oa ma mamm, — a 'n em gavas en he c'hichen pa oa war he zremenvan. En eun tol, e savas he mouez hag e lavaras : « Tec'het ha roët plas da Jezuz a zo o tont davedon ! » Hag en keit ma oa troet o sellet ouz an Hini a wele, he ene a 'n em zispartias diouz he c'horf. Raktal e oe santet er gampr eur c'houez ken dudius, ma oa anat d'an holl ne oa nemet Doue hag en dije gallet lezel war e lerc'h eur c'houez ken dispar. Ar burzudou-ze a zigouezas arôk gouel Nedeleg. D'abardae an devez bras-ze, Tarsila a 'n em ziskouezas da Emiliana hag a lavaras d'ezi : Deut, ma c'hoar, ma refomp asamblez gouel ar Rouane, pa n'hon deus ket gallet ober gouel Nedeleg. - Mac'h an ganec'h, piou a zoursio ouz hon c'hoar ? - Deut, pa lavaran d'ec'h, eme ar zantez, — hag he fenn a oa trist — deut, Gordiana a zo gwell ganti chom e-touez tud ar bed. Emiliana a varvas en devez war-lerc'h. Neuze Gordiana, p'en em gavas he-unan, a gollas doujanz Doue. Mont a reas eneb he ger, ha dimezi a reas d'he merour. K E N T E L Nag a gemm a deu gant an amzer Setu aze ter c'hoar, a zo en em roët da Zone, er memes devez, hag a greiz kalon, o zer; mez siouaz, n'o deus ket dalc'het o zer da vale war an hent mat, rak herve komz Hon Zalver Jezuz-Krist, eleiz a zo galvet da vont d'ar baradoz ha nebeut a ya ebarz. Henvel e ve ive ar gristenien o tont eus an iliz, da ze o badeziant, mes goude, nag a gemm a deu etre o eneou kez. gant an amzer; darn a gresk bemde o gened hag o danve, ha darn-all ne reont nemet dismantr kement a goue etre o daouarn. Ar re a fell d'eze heuilh hent ar zantelez, arabad d'eze fiziout en o nerz o-unan, rak an den, gant e nerz e-unan, n'a ket pell da gouezan, pe gentoc'h, an den, gant e nerz e-unan, ne ra nemet kouezan eus an eil droug en egile hag eus an eil tenvalijen en eben. Dizfiziomp eta ac'hanomp hon unan, hag evel m'en em stag an ilheoen ouz an derven, en em stagomp ouz Doue, briataomp anezan eus hon holl nerz hag eus hon holl ene, hag e pignfomp gan tan da c'hloar an nenv. Pempvet devez warn-ugent a viz Kerdu Gouel Nedeleg Salver ar bed a zo savet evel an heol, ha diskennet eo war barlen ar Werc'hez evel ar gliz war ar c'hlazen. Alleluia. En deveziou-ze, e teuas urz, abeurz Sezar-August, da niveri ar bed holl. An niveredigez kentan-ze a oe grêt gant Cyrinus, gouarner ar Syri. An holl a yee 'da zisklerian o hano, pep-hini en e gêr. Jozef ive a yeas eus Nazareth er Galile, bag a bignas er Jude, eu kêr David, hanvet Bethléem, rak bezan oa eus gouen ha familh David. Lakat a renke e hano gant Mari e bried, a c'hortoze bezan mamm. Epad ma oant eno, e teuas eviti ar mare da c'henel. Lakat a reas er bed he mab penn-her, ha goude bezan e vailhuret, e c'hourvezas anezan en eur c'hraou, abalamour ne oa ket a blas evite en hostaleri. Hag ar bugel-ze, ken dister da welet, oa komzou ano-zan, pevar mil bla a oa. Bezan oa er memes lec'h pastored hag a ziwalle o loened, pep-hini d'e dro, epad an noz. Ha setu, en eun hunvre, an oablou digatar A oe sklerijennet gant eur sklerder dispar, Eur sklerder hag a rea eus an noz eun de bras, Ha dindan bolz an nenvou, eun arc'hêl a baras. Eur spont bras a grogas er bastored. Mes an êl a lavaras d'eze : « N'ho pezet aon ebet ; me a zigas d'ec'h eur c'helou mat, a vezo eun dudi evidoc'h hag evit ar bobl a-bez. En kêr David zo ganet d'ec'h hirie eur Zalver, a zo ar C'hrist, an Otrou. Ha setu evel mac'h anvefet anezan : kaout a refet eur bugel mailhuret ha gourvezet en eur c'hraou. » Kerkent, eur bagad êle eus an nenv a 'n em unanas gant an êl, hag e veulent Doue, hag e lavarent : « Gloar da Zoue en lein an nenvou, ha peuc'h war an douar d'an dud a volonte vat. » Pa oe tec'het an ele, ar bastored a lavare an eil d'egile : « Deomp betek Bethleem ha gwelomp ar pez a zo digouezet hag an eus roët an Otrou d'imp da anaout. » Diredet a rejont eta hag e kavjont Mari ha Jozef hag ar bugel gourvezet en eur c'hraou. O welet anezan, ec'h anavezjont ar wirione eus ar pez a oa bet lavaret d'eze diwar e benn. Kement hini a glevas an dra-ze a oe souezet, hag ive gant ar pez a oa bet lavaret d'eze gant ar bastored. Hogen, Mari a vire an holl dreo-ze 'vit o fouezan en he c'halon. Ar bastored a zistroas en eur rei enor ha meuleudi da Zoue evit kement o devoa klevet ha gwelet, herve m'oa bet lavaret d'eze. K E N T E L An Ele hag ar Bastored I. - KAN an ELE Pep trouz zo deut da gouezan, An avel a chom hep c'houezan ; Ne gren mui, zoken, an deliou, Sioulder vras a ren er mêziou. Hanter-noz eo. Den ebet ken ne zonj en daou dremeniad a zo deut eus a Nazareth hag a zo en em dennet en kraou Bethleem. Mari a zo war zav ; en eun tol, eun tarz sklerijen a lintr endro d'ezi ; klevet a rêr klemmadennou dister : ar Mabig Jezuz a zo ganet. Er mêmes amzer, an Ele a ziskenn eus an nenv hag a gan war o zelennou aour : Gloar da Zoue ha peuc'h d'an dud. Na pebez gouel en nenv ! Na pebez dudi war an douar ! Jezuz a deu er bed abalamour d'ec'h. Ha chom a c'hellet-hu heb e garet ? II. - GWELADEN AR BASTORED Piou a oe galvet da zont, da gentan, da welet ar bugelDoue ? Daoust hag Herodez eo ? Daoust ha tud pinvidik ar bed eo ? Daoust ha Doktored Jeruzalem eo ? Nan. Jezuz, paour, i/zel ha glan a galon evel mac'h eo, ne zell ket ouz treo lugernus ar bed. Mêsaerien hag a oa o vêsa o denved war grec'hennou Bethleem eo a oe pedet da gentan ; tud paour, izel ha glan evel Jezuz, ha disprijet eveltan ; paour en arc'hant ha pinvidik en zantelez ; tud war evez, da lavaret eo, tud birvidik. An dud paour, izel, glan ha birvidik a galon eo a blij d'ar Mabig Jezuz. III. - PROFOU AR BASTORED Na pebez fe eo hini ar bastored ! Mont a reont d'ar c'hraou ; eno ne welont nemet mogeriou dirapar, hag eur bugel, henvel ouz ar vugale-all, gourvezet war ar plouz. Mes an êl en deus komzet, hag e daoulinont en harz ar c'havel da adori Doue en e vailhurou. Ar profou o deus da ginnig a zo dister ; mes d'o heul e roont o-c'halori berv gant ar garante, hag an dra-ze, dreist pep tra, eo a gar Hon Zalver kaout. Kinniget ive ho kalon da Jezuz. Laket anezan da ziskenn ennoc'h hirie dre ar gommunion, ma ho lako da 'n em chench ennan. Kanaouen Noz Nedeleg WAR DON : Christe Kedemptor. I Kanomp hirie gant levenez, Rak evidomp-ni eur Werc'hez He deus laket eur mab er bed, O vezan mamm ha gwerc'h bepred. II O pebez bugel buirzudus, Mab d'an Otrou Holl-C'halloudus, A ziskenn eus ar baradoz Evit dont d'hon gwelet fenoz ! III Al loar, an heol hag ar stered, Ar mor, an douar en deus grêt ; Krouet en deus tud hag ele ; D'e vamm e roas ar vue. IV Arôk an amzeriou eo bet, Pa ne voint ken e vo bepred, Ha koulskoude, war he barlen, Mari, bihanik, hen dougen. V E balez a zo en nenvou, Da lez en deus eledigou, Hag e c'hourve en eur c'havel, En eur c'hraou digor d'an avel. VI Divent eo e rouantelez, Dreist niver e binvidigez, Hag e teu paour war an douar Da vervel war Groaz ar C'halvar. VII Krouadurig c'hoaz ken dister, Gant Jozef hag ho mamm dener. Jezuz, gwir den ha gwir Doue. M'hoc'h anave evit roue. VIII Me hoc'h ador a greiz kalon, C'houi zo deut er bed evidon; Ma selaounet, Doue bugel : Grêt m'ho karin betek mervel, GWENNAEL. C'houec'hvet devez warn-ugent a viz Kerdu SANT STEPHAN Kentan Merzer En amzer gentan an Iliz, ar gristenien, leun a garante an eil evit egile, a roë o madou d'an Ebestel evit o lakat er memes yalc'h hag o lodennan etre ar re a ' oa en dienez; evelse ne oa paour ebet en o zouez, rak an Ebestel a roë da bep-hini herve e ezommou. Mes evel ma kreske bemde niver diskibien Jezuz-Krist, n'hallas ken an Ebestel soursial eus ze. Ha setu perak sant Per a lavaras d'eze eun devez : «Breudeur muian-karet, ni a dle, da gentan ha dreist pep tra, prezek an Aviel, ha n'eo ket mat dilezel an dever-ze evit serviji ac'hanoc'h ouz tol. Ho pezet eta ar vadelez da zibab en ho touez seiz den ha n'eus netra da lavaret warneze, seiz den hag a ziskouez dre o furnez eman ar Spered-Santel en o c'halon. Ni hon deus awalc'h d'ober da bedi ha da vagan hoc'h eneou gant komzou Doue.» An holl a gavas ze mat. Ha setu perak e oe kemeret seiz avieler hag a vije en o c'harg rannan etre ar gristenien ar pez a zelle ouz magadurez ar c'horf. Stephan a oe ar c'hentan eus ar seiz avieler-ze. Ar Skritur-Zakr, en levr «Oberou an Ebestel», a ra en daou c'her e veuleudi : «Stehpan, emezi, a oa leun a le ha leun eus ar Spered-Santel». Prezek a reas an Aviel, hag eleiz a Judevien a c'honezas da Jezuz-Krist. Kaout a reas, koulskoude, meur a hini da enebi outan. Mes trec'h e oe d'eze bepred, ha den n'halle respont anezan. O welet se, ec'h eas kement a zroug enne ma lakjont en o fenn e lazan, evit kaout peuc'h dioutan. Stephan a oe eta tamallet da vezan gwall-gomzet enep Moyzez hag eneb an Otrou Doue, ha kaset a oe dirak lez-varn vras Jeruzalem. Ar varnerien, o vezan sellet outan a gave d'eze gwelet eun êl dirake. An avieler kalonek a rebechas d'e enebourien e rênt skouarn-vouzar ouz ar Spered-Santel hag o devoa laket Hon Zalver d'ar maro. Neuze ec'h eas kement a zroug enne ma verve o gwad ha ma skrignent o dent. Etre daou, Stephan a zavas e zaoulagad etrezek an nenv hag a welas Doue en e c'hloar : «Me 'wel an nenv digor, emezan, ha Mab an den azezet en tu deou d'an Tad». Raktal kement hini a oa er c'honsailh a 'n em lakas da youc'hal a-bouez penn ha da stankan o diskouarn gant o bizied, abalamour d'ar blasphem en devoa lôsket ar zant. Stlepel a rejont anezan er-mêz a gêr evit bezan lazet a dôliou mein. Ar re o devoa douget testent en e eneb a yeas da rei o dilhad da zerc'hel d'eun den yaouank hanvet Saul. Epad e verzerenti, Stephan a lavare : «O ma Jezuz, digemeret ma ene». Goude en em dôlas d'an daoulin hag e lavaras a vouez uhel : «O ma Doue, pardonet d'eze ma fec'hed hag an droug a reont d'in.» Ha war ar gomz-ze e tremenas. J.L.P K E N T E L Testent ar verzerien Ar verzerien a zo bet ganet da heul ar relijion grislen. Den ebet ne roas e vue evit difenn kelennadurez doktored pagan an amzer goz. «Den ebet, eme sant Justin, ne gredas Sokrat betek skuilh e wad da anzav e oa gwir ar pez a lavare.» Den ebet ne roas e vue evit difenn doueou au amzer-goz; n'eo ket ar Romaned a vije et d'ar maro evit miret ouz doueou Athen d'en em veskan gant o re, nag ar C'hallaoued, evit miret ouz re Rom da lakat o zreid en hon bro. E-touez ar Judevien zo bet tud santel, evel ar seiz breur Makabe hag o mamm, ha meur a hini-all, hag a varvas kentoc'h eget dizenti ouz eur relijion a oa tensor ha lezen o bro; mervel a rênt kentoc'h evit en em zôtran, mes ne oant ket gwir verzerien evit kelo ze. Ar gristenien, pa vezont laket d'ar maro, a varv evit diskouez, dre ar poaniou a c'houzanvont a galon vat, eo Jezuz-Krist ar gwir Doue, hag e tle e relijion en em astenn dre bevar c'horn ar bed, ha gonid an holl dud. Ar verzerien eo ar re o deus gwelet, gant o daoulagad o-unan, bue, maro ha rezurreksion Jezuz-Krist, hag a zo karget d'o embann betek ar penn pellan eus ar bed. Ar verzerien eo ar re o deus anzavet Jezuz-Krist, n'eo ket hepken dre o c'homzou, mes dre o maro. Ar verzerien eo ar re ha, hep bezan gwelet Jezuz Krist, o deus kredet ennan, war gomzou re-all, hag o deus skuilhet o gwad, kentoc'h eget nac'h o fe. Ar verzerien eo ar re a zo bet laket d'ar maro dre gasoni ouz Jezuz-Krist. Doue hepken a oar an niver aneze. Jezuz-Krist en deus goulennet e-touez an dud, testou eus e vue, eus e varo hag eus e rezurreksion, ha rumm tud ebet ne c'hourvezas, abaoue, 'barz ar be, hep rei d'ezan e c'houlen. Kavet en deus ha kât a ray, en pep bro hag en peb amzer, tud d'e garet, evel ma ne garer ket eun den hepken, ha prest da stourm evitan betek ar maro. Stephan eo an hano kentan a zo bet laket war roll ar verzerien, ha divar lizeriou Breuriez ar Fe, e ve astennet ar roll-ze bep bla. Testeni ar verzerenti eo nerzusan testeni a oufed da rei : Pa skriv Doue gant ar gwad, eo anat en deus c'hoant e vefe lennet e skritur» An testeni-ze a zo gwirion : n'eman ket ar c'hiz da rei ar vue evit sorc'hennou goullo. Seizvet devez warn-ugent a viz Kerdu SANT YAN Avieler An aviel a ro d'ar zant-man an hano kaer a ziskib muian-karet Hon Zalver Jezuz-Krist; ha netra, en gwirione, n'hallfe diskouez gwelloc'h e zantelez. Ganet er Galile, sant Yan a oa mab da Zebede ha da Salome, ha breur da zant Jakez, abostol. Ar yaouankan oa eus an Ebestel, ha ne dlee ket kaout ouspen pevar bla warn-ugent pa oe kemeret gant Jezuz evit diskib. Jezuz en devoa eur garante dispar evitan, abalamour m'oa gwerc'h a galon. Eus e du, Yan en devoa eur garante meurbed tener evil e vestr; eur wech en em roët d'ezan. n'hen dilezas ken goude, hag hen heuilh a reas bepred hag en pep lec'h, war Mene-Kalvar kouls ha war Mene-Tabor. Epad ar goan divezan a reas gant e Ebestel, er mare ma leze gant an holl dud an testeni brasan eus e garante en eur zevel sakramant au ôter, Jezuz a roë da zant Yan eur merk eus ar stad a rê anezan. E lezel a reas da harpan e benn war e galon. Hag epad an amzer-ze, sant Yan, eme sant Augustin, en deus desket an treo kaer a lenner en e skridou ha, dreist-oll, en e Aviel, hag a lak anezan e-touez ar brasan profeted; neuze ive e lavaras d'ezan goustadik hano an hini a dlee e werzan. Goude ar goan divezan, Jezuz a yeas gant e ziskibien da liorz Jethsemani. Ne gemeras gantan nemet tri abostol evit bezan test e agoni : Yan, Per ha Jakez. Pa dôlas ar zoudarded o daouarn war Jezuz, an diskibien-all o devoe kement a aon ma kemerjont an tec'h. Yan hepken n'hen dilezas ket hag hen heuilhas betek war Mene-Kalvar. Evit e rekompansi, Jezuz hen kargas da gemer evez ouz e Varnm, dre ar c'homzou kaer-man : «Setu aze ho Mamm.» Diwar neuze, Yan a gemeras ar Werc'hez gantan hag a dôlas plê outi 'vel pa vije bet e vamm. Sant Yan a chomas en harz ar groàz ken ma lôskas Hon Zalver e huanaden divezan; gwelet a reas, evel m'en deus skrivet, ar zoudard o tigeri e goste, hag ar gwad, mesket gant dour, o tont er-mêz anezan. Pa deuas Mari-Madalen da lavaret d'an Ebestel ne oa mui korf Jezuz er be, Per ha Yan a yeas dioustu da welet; Yan a oa skanvoc'h hag a 'n em gavas da gentan. Koulskoude, gortoz a reas ma vije digouezet sant Per, ha ne fellas ket d'ezan diskenn er be, abalamour Per a oa kosoc'h. En devez ma tiskennas ar Spered-Santel war an Ebestel, Per ha Yan a bareas eun den, ganet dall, a c'houlenne an aluzen en kichen dor an Templ. Goude-ze, Per a reas eur brezegen d'ar bobl, hag a c'honezas kalz a dud da relijion Jezuz-Krist, hag abalamour da ze, an daou abostol a oe tôlet er prizon diouz an abarde. An de war-lerc'h, e oent galvet dirak ar varnerien, ha difennet oute derc'hel da gomz eus Jezuz Nazareth : «Daoust, eme Ber ha Yan raktal, hag eun dra vat e vefe senti ouzoc'h kentoc'h eget ouz Doue ? Ni n'hallomp ket miret da gomz eus ar pez hon deus gwelet ha klevet.» Sant Yan a dremenas meur a vlavez en Jeruzalem gant ar Werc'hez; goude en em dennas en kêr Efez. Ac'hane ec'h eas da brezek an Aviel er c'hêriou tro-war-dro. Pa stagas an impalaer Domisian d'ober brezel d'ar gristenien, Yan a oe kroget ennan ha kaset da Rom. An den kri-ze a reas e zouban en eur gôter leun aeoul bervet; a drugare Doue, ar zant n'en devoe droug ebet, ha neuze e oe kaset da enezen Patmos. Eno, Doue a ziskouezas d'ezan, evel en eun dôlen, an treo a dle c'hoarvezout gant an Iliz en amzer da zont; .Yan a skrivas aneze en eul levr hanvet an Apokalips, hag a zo ennan, herve sant Jerom, ken alïes a vister hag a c'her. Goude maro Domisian, sant Yan a c'hallas distrei da Efez. En tro ar mareou-ze, e skrivas e Aviel, war ali eskibien ar vro, evit diskouez eo Jezuz Doue evel an Tad hag ar Spered-Santel, hag eo bet evelte a holl-viskoaz; rak heretiked a veze klevet o lavaret penôs Jezuz ne oa netra arôk ma oe konsevet gant ar Spered-Santel. Sant Yan en deus skrivet c'hoaz daou lizer, hag enne e komz, dreist-oll, eus ar garante en kenver Doue hag an oesan. En e amzer divezan, ne rê nemet lavaret an dra-man d'ar gristenien : «Ma bugaligou, en em garet an eil egile.» Ha pa veze goulennet digantan perak e lavare bepred ar memes tra, e responte : «Setu aze gourc'hemeu Doue, hag awalc'h eo ma ve heuilhet mat.» Sant Yan a varvas en Efez, war-dro ar bla 100 goude donedigez Hon Zalver Jezuz-Krist. J.L.P K E N T E L Ar muian-karet I. - Sant Yan eo an hini a viras e ene bepred dinam; e-touez au Ebestel oa ar muian henvel ouz Jezuz; ne oa ket en em staget ouz den ebet, zoken dre liammou ar briedelez. Kurunen e ugent vla a oa war e dâl, pa reas Hon Zalver anaoudegez gantan, hag abalamour d'e yaouankiz hag abalamour d'e werc'hded, e oa an hini a oa karet ar muian gant Mab Doue. An dud yaouank a 'n em ro a-grenn da Zoue, a deu da vezan e vrasan mignoned. Den yaouank hag a lenn ar gentet-man, tôlet evez eta gant aon da goll ho klanded; miret ho furnez. Ha mar doc'h kouezet, ma zo eun dra bennak o vroudan ho kalon, oh ' en han' Doue, na chomet ket da vreinan en ho pec'hed. Adolescena, libi dico, surge. Den yaouank, savet, pa lavaran d'ec'h. II. - Ar yaouankan a ve dodoennel bepred muioc'hik evit ar re-all. Sant Yan a oe unan eus an tri a bignas gant Jezuz war Mene-Thabor hag en liorz Jethsemani. Er gambr-lid e harpas e benn war Galon-Zakr hon Zalver, hag e-tal ar groaz, e oe roët Mari d'czan da Vamm. Den yaouank, c'hoant ho peus da vezan dodoennet, moumounet gant an Otrou Doue ? III. - Sant Yan a gare kement Hon Zalver ma ne oa ket evil en em zispartian dioutan. Hen c'haout a rêr war Mene an Olivez, pa oe chadennet Jezuz; hen c'haout a rêr en porz ar beleg bras, pa oe barnet Jezuz; hen c'haout a rêr war Mene-Kalvar, pa dre-menas Jezuz. En e skridou, n'eus hano nemet eus ar garante, ha p'oa deut da vezan koz, ne lavare d'ar gristenien, bep gwech m'en em gave gante, nemet ar c'homzou-man : «Ma bugaligou, en em garet an eil egile !» Ha birvidik eo ennoc'h ar garante ? Ha mignon oc'h-hu da Jezuz ? Ha karet a ret-hu ho nesan ? Eizvet devez warn-ugent a viz Kerdu Gouel an Innosanted Santel Merzerien Nebeut goude m'oa ganet Jezuz en Bethleem, Doue, dre eur stereden vurzudus, a roas da anaout ar c'helou da dri roue eus ar zav-heol. Au tri roue a zentas war an tol hag a 'n em lakas raktal en hent; eur stereden a gerze en o rôk hag a ziskoueze d'eze an hent a dleent kemer. A-vec'h m'oant digouezet en Jeruzalem, ar stereden a yeas da guz. An tri roue a c'houlennas pelec'h oa ganet roue ar Judevien : «Gwelet hon deus, emeze, e stereden, ha deut omp d'hen adori.» Pa glevas ar c'helou-ze, ar roue Hërodez en devoe aon da goll e rouantelez ha da vezan diskaret; pedi a reas an holl dud desket eus kêr da zont d'e gaout, ha digante e c'houlennas pelec'h e tlee genel ar C'hrist : «En Bethleem, emeze. Setu aman ar pez en deus skrivet ar profed : «Ha te, Bethleem, n'out ket an disteran eus kêriou Juda, rak ac'hanout e savo an Hini a dle gouarn ma fobl». Herodez a reas neuze, dre guz, gervel an tri roue, ha goude bezan goulennet digante ar mare m'oa en em ziskouezet d'eze ar stereden, e lavaras : «Et da Vethleem, klasket mat ar bugel, ha p'ho pezo e gavet, deut da zigas kelou d'in, mac'h in ive d'hen adori.» An tri roue a skoas warzu Bethleem. Ar stereden a 'n em ziskouezas adarre hag a gerzas en o rôk betek m'oant digouezet el lec'h ma oa ar C'hrouadur-Doue. Kaout a rejont er c'hraou ar Werc'hez gant he mab; en em dôl a rejont d'an daoulin evit e adori ha kinnig d'ezan profou kaer : aour, ezans ha mir. Goude-ze, Doue a roas urz d'eze da zistrei d'o bro dre eun hent-all. Herodez a oa eun den kri ha digalon. Arôk neuze, en devoa lazet pe laket lazan e wreg, an daou grouadur en devoa bet diouti, hag e wellan mignoned. Pa welas ne zizroe ket tri roue ar zav-heol, ec'h eas droug ennan hag e roas urz d'e zoudarded da lazan holl vugale Vethleem ha tro-war-dro, betek an oad a zaou vla. Kredi rê d'ezan e c'hallje evelse lemel e vue digant ar mabig Jezuz. Mes eun êl a deuas da gât Jozef, hag a lavaras d'ezan epad e gousk : «Savet, kemeret ar bugel hag e vamm; tec'het d'an Ejipt, ha chomet eno ken ma lavarin d'ec'h.» Jozef a zentas war an tol, ha gant ar Werc'hez hag ar c'hrouadur ec'h eas d'an Ejipt. Soudarded Herodez a zigouezas, prest goude, en Bethleem, hag a stagas dioustu gant o labour milliget. Truezus meurbed oa klevet mammou ar vugaligou gez ! «Perak, e lavare unan, e lemet-hu diganin an hini am eus laket er bed ? Nag a evez n'am eus ket tôlet epad ma tougen an hini a lazet gant kement a grizder !» Eun all a youc'he : «Grêt d'in mervel gant ma c'hrouadur; mar zo torfed, me eo am eus hen grêt !» Houman a lavaro on eur grial-forz : «Ne glasket nemet unan hag e lazet eun niver bras, ha kaer ho pezo, n'hen c'havfet ket !» Hounnez a lavare : «Deut, Salver ar bed, c'houi n'hoc'h eus aon rak den, en em ziskouezet d'ar zoudarded evit ma chorno hon bugaligou ganirnp.» Ar zoudarded ne rênt van evit o c'hlevet; diframman a rênt o bugale eus o daouarn ha, hep true ebet, e lazent aneze. Ar vugale-ze laket d'ar maro dre urz Herodez a zo enoret evel merzerien, rak lazet int bet abalamour da Jezuz hag en e lec'h, ha petra bennak ne oant ket evit komz, bet o doa eur c'horf hag a c'halle gouzanv ha mervel evit Jezuz-Krist. Ar roue Herodez ne zaleas ket da vezan kastizet. Mervel a reas gant poaniou ken kri ma kave d'ezan e oa an tan en e greiz. Lod eus e gorf a oa debret gant ar prenved, ha kement a flêr a oa gant e alan ma oa rukunus testât outan. K E N T E L Ar Vuhanegez I. - Es eo c'houezan an tân-gwall, diêsoc'h e vougan; es eo lakat droug da vont en eun den, diêsoc'h tennan anezan. Diwallet eta diouz ar vuhanegez. Dre ho skiant-prenan e ouzoc'h pegement a zroug e ra. Herodez, o welet ne deue ket an tri roue da zigas kelou d'ezan eus ar pez o devoa gwelet en Bethleem, a yeas kement a gounnar ennan ma roas urz da lazan holl vugaligou ar gêr-ze. Dinam oant koulskoude; n'eus forz; c'hoant en devoa d'en em venji. Daoust hag ar vuhanegez n'he deus ket douget ac'hanoc'h d'ober gwaperez ha fallagriez ? II. - Na pebez tristidigez a oe en Bethleem, pa deuas di ar vourrevien; diframman 'rênt ar vugale eus adre daouarn o mammou hag e lazent aneze dirake. Gwir eo, ar verzerien vihan-ze o deus gonezet ar baradoz, mes nag a familhou a zo bet laket en kanvou dre vuhanegez eun den hepken ! Nag a zarvoudu spontus a zigouez en eun hunvre, pac'h a droug en dud ! Herodez a glaske Jezuz, mes ne gavas ket anezan; tec'het oa d'an Ejipt. An den en kounnar a glask ive e blijadur, mes en e lec'h ne gav nemet tristidigez. III. - Dal ma ve tremenet ar barr, e krog ar morc'hed er galon; mezek e teuer da vezan; keun a zav, keun war-lerc'h; ma karfed furât goude, ar c'heun, da vihanan, a dalvezfe d'eun dra bennak. Navet devez warn-ugent a viz Kerdu Sant Thomas Kantorberi Eskob ha Merzer Ar zant-man a zo ganet en kêr Londrez, eu Bro-Zôz. E vamm a oa eur gristenez vat hag a zeskas d'ezan abred anaout ha karet an Otrou Doue. Da gentan tarempredas skoliou ar vro, ha goude e oe kaset da Bariz evit studian al lezennou. Dizro d'ar gêr, e teuas da vezan sekretour eun dijentil diwar ar mêz, hag a dremene e holl amzer o chaseal. Evel ma veze bepred gantan, Thomas a deuas da vezan losk en servij Doue. Mes eun devez, o vezan lammet en eur stêr evit pakan eul lapous, e oe dare d'ezan bezan flastret dindan eur rod-vilin; kredi reas d'ezan ne oa bet sovetaet nemet dre virakl, ha diwar neuze, e reas e zonj da vezan gwelloc'h kristen. Goulenn a reas bezan digeraeret e-touez an dud a iliz, ha nebeut goude, arc'heskob Kantorberi hen greas avieler hag hen kemeras evit e vikêl-vras. An holl n'o devoe nemet meuleudi da rei d'ezan, rak ar zant a rê eus ar gwellan an holl labouriou a veze fiziet ennan. O vezan klevet hano eus e zantelez hag eus e spered kaer, roue Bro-Zôz, Herri II, a roas d'ezan ar garg kentan en e rouantelez. N'en devoe ket a geun, rak biskoaz den ne ziskouezas muioc'h a furnez hag a lealded. Gant ar c'halloud laket être e zaouarn, ne glaske nemet eun dra : ober vad d'an holl, ha dreist-oll d'an dud dister; ha goude bezan labouret epad an de, e tremene eul loden vras eus an noz o pedi. Pa varvas arc'heskob Kantorberi, Thomas a oe hanvet en e blas, en despet d'e bedennou ha d'e zaerou. Diwar neuze, e vevas evel eur manac'h; dougen a reas bepred dindan e zilhad eur gouriz reun; sevel a rê da ziv heur diouz ar mintin evit lavaret e ofis, ha goude e walc'he o zreid da drizek paour, hag ec'h ee d'ober eur c'housk-all. Abred e veze adarre war zao, ha goude bezan lavaret e bedennou ha studiet ar Skritur-Zakr, ec'h ee da welet an dud klanv; ha da nav heur ec'h oferenne, ha ne gemere tamm arôk ter heur. Ar pab a rè kalz a stad anezan, hag hen diskouez a reas en konsil Tour. Thomas a yeas d'ar c'honsil, ha pa zigouezas demdost da gêr, petra bennak ma ne oa ket ar c'hiz, an eskibien a yeas da benn hent d'ezan, hag epad ar c'honsil, ar pab hen lakas da azezan en tu deou d'ezan. Pa zistroas da Vro-Zôz, ar roue a reas ober d'ezan eun digemer eus ar re gaeran. Mes nebeut goude, ar roue a roas urz d'an eskibien da zinan eun dra bennak eneb ar fe. Ar zant ne fellas ket d'ezan senti, ha derc'hel a reas ken start ma teuas ar roue da gemer kalz a zroug outan. Gant aon da vezan lazet, Thomas a deuas dre guz en Frans, 'lec'h ma oa c'hoaz ar pab; mont a reas d'e gaout evit kontan d'ezan pez a oa c'hoarvezet, ha goude en em dennas en manati Pontigni. Epad an amzer-ze, ar roue a laere rnadou ar zant, kouls ha danve e gerent ha re e vignoned; rei a reas urz d'o c'has er-mêz eur ar vro, hep damant ebet d'o oad na d'o yec'hed; mes kaer en devoe, n'hallas ket dont a benn eus a Dhomas. Koulskoude, ar pab a reas kement war roue Bro-Zôz, ma c'hallas ar zant distrei d'e eskopti, seiz vla goude ma oa tec'het. Ar peuc'h, siouaz, ne badas ket pell. Tud fall a damallas Thomas en gaou, hag ar roue a oe re brim d'o c'hredi. Eun devez e oe klevet o lavaret : «N'hallin eta kaout peuc'h ebet gant an arc'heskob-ze ?» Pevar dijentil o devoa e glevet hag a gredas ober plijadur d'ezan en eur lazan an den santel. Mont a rejont da Gantorberi evit ober o zôl; ar zant a oa en iliz o kanan ar gousperou. - Pelec'h, emeze, eman an traitour ? Den ne respontas. - Pelec'h, emeze, eman an arc'heskob ? - Me eo, eme Dhomas ràktal; traitour n'on ket, avat. Ar zant a zifennas, en han' Doue, ouz ar zoudarded ober droug d'e bobl; en em deurel a reas d'an daoulin, ha goude bezan grêt eur bedennig da Zoue, d'ar Werc'hez, ha da zant Denez, ec'h astennas e c'houg d'e vuntrerien, hag ar re-man a faoutas e benn dre an hanter gant o c'hlezeier. Merzerenti sant Thomas a zigouezas er bla 1170; n'en devoa c'hoaz nemet tri bla ha hanter-kant. Pa glevas ar roue ar c'helou, e oe ken glac'haret ma chomas meur a zevez hep dibri nag evan. Mont a reas da, bardonan war ve ar zant, diarc'hen ha gwisket paour, ha skuilh a reas eur mor a zaerou; kovez a reas e bec'hed dirak an holl. Distro ar roue ouz Doue a oa eur mirakl grêt gant ar merzer santel. K E N T E L Ar pastor mat Sant Thomas Becket a zo bet eur pastor herve kalon Jezuz, hag abalamour da ze, e rêr an enor d'ezan da lenn, de e ouel, Aviel ar pastor mat. Ar pastor mat, eme Jezuz-Krist, a ro e vue evit e zenved. Ar gopraer, ha n'eo na pastor, na perc'hen an denved, hennez, pa wel ar blei o tont, a red kuit, hag ar blei a lamm war an denved hag o c'has aman hag a-hont. Hennez a ya kuit, abalamour m'eo gopraer, ha n'eo ket nec'het o klask gouzout petra deuio an denved da vezan. Ar pastor mat a anave e zenved; gervel a ra pep-hini aneze dre e hano; kas a ra aneze war ar peuri dru; pellât a ra dioute ar peuri kontamet; redek a ra war-lerc'h au danvad dianket, ha pa gav anezan, e samm anezan war e ziskoa evit ne vezo ket skuizet gant an hent, hag e ped e amezeien da zont d'en em laouennât gantan war digare distro ar reuzeudik. Perak ne zilez ket anezan ? Perak ne lôska ket anezan da vont da goll ? Abalamour ma kar anezan, ha ma klask e eürusted. Ma 'n em zaon daoust da ze, e c'hallo lavaret e vea culpa. Tregontvet devez a viz Kerdu An Den eürus Sebastian Valfre Beleg eus a Urz sant Philip Neri (1629-1710) Sebastian Valfre a oa ganet en Verduno, er Piemont, an 9 a viz meurz 1629. E dud a oa labourerien douar, a c'honeze o bara diouz c'houezen o zâl. Sevel a rejont o mab en doujanz Doue. Abred e tiskouezas eur garante vras evit ar beorien. Kerkent ha ma kleve eur paour e-tal an nor o lavaret e bater, e rede da gaout e vamm hag e lavare d'ezi : «Mamm, aze zo eur paour o c'houlenn an aluzen; digaset d'in eun dra bennak, buhan, da gas d'ezan !» A-wechou ar vamm a lavare d'ezan ne roje netra; ha neuze ar bugel a 'n em lake da ouelan. Mat ouz an nesan, Sebastian a oa kalet outan e-unan. N'en devoa c'hoaz nemet dek vla hag e tremene ar c'hoaraïz pen-da-ben o vevan diwar bara ha dour. Doue ne zaleas ket da c'hervel anezan da vont da labourat d'e winien. Raktal ar c'hrouadur a zisklerias d'e dud oa e vrasan c'hoant mont da veleg. Mes ar re-man n'o devoa ket a beadra d'e skola. Koulskoude, o welet daerou e vab, tad Sebastian a gasas anezan da Vra, da gommans e studi. Ar bugel a stagas da vat gant al labour. Kommunian a rê alïes; tec'hel a rê diouz ar gwall-gompagnunezou; leun oa a zentidigez hag a zoujanz evit e vistri ; mignon oa d'ar beorien, ha rannan a rê gante ar pep brasan eus ar pez a veze digaset d'ezan eus ar gêr evit bevan. Goude bezan grêt studiou kaer, e oe grêt abostoler en Turin, da viz kerdu 1650. Kerkent e c'houlennas bezan digemeret er gêr-ze en Kompagnunez sant Philip Neri, hag e teuas da vezan sklerijen ha gloar an Urz-ze. Beleget a oe an 22 a viz c'houevrer l662. En em roët oa da Zoue, korf hag ene, ha labourat a reas, hep paouez, war zilvidigez an eneou. En em drei a reas, dreist-oll, warzu an dud reuzeudik. War-dro an hospitaliou hag ar prizoniou e kare bezan. E blijadur oa prezek d'an dud dibreder, klaskerien labour ha klaskerien bara, a oa bras an niver aneze en Turin. Ober a reas eur vad vras evelse. Ar vrud eus e zantelez a oa et ken pell ma oe dibabet, er bla 1676, evit bezan kovezour ar roue yaouank Viktor-Amede, ha ma oe kinniget d'ezan arc'heskopti Turin. Mes ne oe ket jalet tamm 'bet da bignal er garg-ze. O vezan ma taremprede kalz an dud vras, e welas ne vije ket kemeret kalz a breder gant silvidigez o zervijerien. Setu ma lakas en e benn o bodan bep sadorn, evit deski d'eze an doare da zerviji ervat an Otrou Doue, en eur zerviji o mistri. Ar zoudarded, zoken, ne vezent ket ankouaet gantan. Skrivan ' reas eul levr evit deski d'eze an doare da heuilh hent ar furnez, epad ar blaveziou a dremenent dindan an armou. Redek a rê war o lerc'h er c'hazerniou, dreist-oll da vare Pask; deski a rê d'eze o c'hatekiz ha ne guitae ket aneze hep rei da gement hini a deue d'e selaou eun aluzennig bennak. Epad e oferen, e teue alïes an daerou en e zaoulagad. Chom a rê nozveziou pen-da-ben dirak ar Zakramant, meulet ra vezo, dreist-oll p'en dije c'hoant da c'honid eur pec'her bras bennak da Zoue. Goude Jezuz, an hini a gare ar muian oa e Vamm vinniget, ar Werc'hez Vari. Alïes e veze klevet o lavaret : «O Mari, Mamm santel an Otrou Doue, en em erbedi ouzoc'h a zo en em erbedi ouz an Hini eman etre he daouarn holl densoriou an nenv.» Devot oa d'an Ele mat. Pa veze eun dra bennak o stourm outan, en em erbede ouz e êl-mirer, ha bep gweeh en dije digantan ar c'hras a c'houlerme. Bras oa ive e drugare evit anaon ar purgator. Daoust pegement a labour en dije d'ober bemde, Sebastian Valfre a vevas da goz. Mervel a reas an 30 a viz genver 1710, en e vla ha pevar-ugent. En miz eost 1834, Gregor XVI a lakas e hano war roll an dud eürus. K E N T E L Bezomp distag diouz madou an douar I. - Ar bed dirak daoulagad an dud diboell. Perak o deus darn kement a boan o kuitât an douar ? Perak o deus darn kement a c'hoant da astenn o bue ? Perak zo darn ken troet gant an enoriou ? Perak zo darn ha n'emaent nemet o klask an tu d'en em avans ? Perak zo darn ha ne glaskont nemet dastum danve, hag a ve bepred en aon d'o c'holl ? Abalamour m'eo an douar doue an dud kez-ze. Ha n'eo ket ive hoc'h hini-c'houi ? II. - Ar bed dirak daoulagad Doue. Ar bed, eme eur profed, a zo evel eur pik, eur c'hrouanen, eul lommik dour; ar bed n'eo netra dirak daoulagad an Holl-C'halloudek. Ar bed a zo eun draouien a c'hlac'har evit an den; harluet eo ennan, abalamour d'e bec'hed. Ar rouane, gant o enoriou, an dud pinvidik, gant o aour hag o flijadur, n'int netra dirak Doue. Eun den hag a anave e zienez a zo muioc'h a istim evitan en nenv eget ne zo evit eun all hag a c'honezfe eur rouantelez. Daoust ha dôn eman ar wirione-ze en ho spered ? III. - Ar bed dirak daoulagad ar zent. Evite ne oa nemet fank; gwap a rênt eus e enoriou hag eus e binvidigeziou; gwelet a rênt ne oa an treo-ze nemet treo hag a voenv, treo hag a dremen, treo ha n'int netra en kichen gened an Otrou Doue ha tensoriou ar baradoz. An den eürus Sebastian Valfre a glaske ene e nesan ha nan e arc'hant. Pa oe hanvet da arc'heskob en Turin, e ouelas, e krenas hag e reas pep tra evit pellât dioutan ar garg hag an enor-ze. An dra-ze a ziskouez e oa distag diouz treo an douar. Eur pennad er baradoz a dalv muioc'h eget ar bed holl. Kentan devez ha tregont a viz Kerdu SANT SILVESTR Pab (314-335) Dre eun embann grêt en Milan, er bla 313, an impalaer Konstantin a anaveze ar gwir he devoa an Iliz d'ober dre ar bed al labour vras fiziet enni gant Hon Zalver Jezuz-Krist. Er blavez war-lerc'h e pignas sant Silvestr war Gador sant Per. Ginidik oa eus a Rom, ha mab oa da Rufin ha da Justa. Abred e kollas e dad, mes e vamm, eur wreg vertuzus, a gemeras preder d'e zevel ervat hag a gargas eur beleg santel ha gouiziek da zeski d'ezan kement a c'helled gouzout war dreo ar bed-man ha war dreo ar bed-all. Goude m'en devoe grêt e studi, Silvestr a oe beleget gant ar pab Marsellin, hag epad ar brezel a reas Dioklesian d'an Iliz, en em ziskouezas ken kalonek ma oe karet ha meulet gant an holl. Test a oe eus viktor ar gristenien war ar baganed, pa oe trec'het Maxanz gant Konstantin, an 28 a viz here 312. Da varo ar pab Melchiad, en miz genver 314, e oe dibabet evit mont en e blas. Er blavez-ze dioustu, e hanvas pevar gannad, daou veleg ha daou abostoler, evit kemer peurz, en e hano, en konsil Arl. Eno e oe kondaonet Donat hag e ziskibien, a oa kalz re zellant en kenver ar bec'herien. Savet a oe ive lezennou evit brasan mad an Iliz. Tadou ar c'honsil, goude bezan peurc'hrêt o labour, a gasas eul lizer d'ar pab da bedi anezan da embann ar reolennou o devoa savet evit ar gristenien hag ar varnedigez o devoa douget eneb an heretiked. Unnek vla goude, e oe grêt en Nise kentan konsil-meur a zo hano anezan en istor an Iliz. Sant Silvestr, abalamour d'e gozni, n'hallas ket mont e-unan d'ar c'honsil-ze ; mes kas a reas kannaded da zerc'hel e blas. Mervel a reas an 31 a viz kerdu 335. E gorf a oe sebeliet en bered Priskilla. Ar pab Gregor IX, er bla 1227, a c'hourc'hemennas ma vije grêt gouel sant Silvestr da ze divezan ar bla, dre holl ilizou ar c'huz-heol ; en ilizou ar zav-heol, ec'h enorer anezan an 2 a viz genver. K E N T E L Blavez mat Setu ni war dreujou ar bla neve. Oh ! na pegen buhan eo et e-biou d'imp an hini koz ! Nao mil heur a oa ennan, ha sonet o deus, an eil war-lerc'h eben, en eun hunvre. Daoust ha talvezet o deus d'irnp ? Nag a heuriou dibreder a zo bet en o zouez ! Nag a heuriou, marteze zoken, hag hon deus kollet oc'h ober an droug. Barnet a vefomp war an amzer a zo bet roët d'imp. Goulennomp eta pardon ouz Doue eus holl bec'hejou ar bla a dremen. Madelezou Doue ive a zo kouezet warnomp, diniver, epad an daouzek miz-man. E-touez ar re a oa o kerzet ganimp war hent ar vue, meur a hini a zo tremenet : espernet omp bet. Bemde ar c'hlenved en dije gallet rei lamm d'imp. Diwallet omp bet. Gant piou ? Gant Doue. Hon c'horf hag hon ene o deus kavet ar vagadurez o devoa ezom. Gant piou int bet maget ? Gant Doue. Trugarekaomp anezan a greiz kalon eus an holl vadoberou-ze. Ar bla neve a ia da zigeri ; n'eo ket da lavaret e welfemp e dermen. Greomp eta evel ar zent. Kizellomp hep paouez hon ene a-benn an devez bras ma c'hoantao gant Doue hon gervel d'e lez-varn. Kempennomp anezan dre ar binijen, dre ar beden ha dre ar zakramanchou. Ar binijen a zistag diouz an droug, ar beden a dosta ouz ar vad, ar zakramanchou a unan Doue hag an den. Bezomp sent ha lavaromp a greiz kalon : D'ar roue a zo azezet war an trôn, ha d'an Oan en deus salvet ar bed, Bennoz, enor, gloar ha galloud, eus an eil kantved d'egile. Tolen ar bardoniou ha pelerinachou Itron-Varia Rostren, 15 eost 911 Itron-Varia-Sant-Karre, Pantekost 913 Itron-Varia-an-Enez, Eil sul a viz Gouere 915 Itron-Varia-Feunteuniou, Trede sul a viz Gouere 917 Itron-Varia-ar-Goz-Yaudet, Trede sul a viz Mae 918 Itron-Varia-Guiaudet, Sul kentan a viz Mae 920 Itron-Varia-Sklerder, Pempzekvet devez a viz Eost 923 Itron-Varia-a-Wir-Mane, Pempzekvet devez a viz Eost 925 Itron-Varia-ar-Goz-Iliz, Pempzekvet devez a viz Eost 926 Itron-Varia-Vulat, Eil sul a viz Gwengolo 928 Sant Matilin Montkontour, Goueliou ar Pantekost 930 Itron-Varia-Glerin, Sul war-lerc'h an Asansion 931 Itron-Varia-ar-Vur, Sul an Drinded 932 Itron-Varia-Kernitron, Pempzekvet devez a viz Eost 933 Sant-Yan-ar-Biz, 23 ha 24 a viz Even 936 Itron-Varia-Perros-Hamon, Miz C'houevrer 936 Pempzekvet devez a viz Eost Pardon ha pelerinaj Itron-Varia-Rostren En miz kerdu, er blavez 1300, eur burzud bras a c'hoarvezas en kerig Rostren. En harz mogeriou he c'hastel-krenv, e oa eur voden roz goue hag a oa deut, neve oa, da dôl he glazur hag he bleun da viz kerdu, evel en kreiz miz mae. An dud a estlamme; ôtrone Rostren, o chom er c'hastel, a reas toullan endro d'ar blanten. Kavet a oe dindani eur penn gwerc'hez dero, hag an holl, ouz e welet, a stouas gant levenez ha doujans vras da zaludi Mari, Mamm Doue. 'Boue pegoulz ha dre benôs en em gave eno ar skeuden-ze ? Den ne ouie; marteze 400 vla oa, 'boue amzer an Normaned, pa renkas ar Vretoned tec'hel arôk an dud goue-ze, 'n eur gas gante, pe en eur guzan en douar, skeudennou ha relegou o zent. Bopred eo, Rostreniz, ha Kerneviz gante, a ziskouezas d'ezi joa vras hag a gasas hepdale a-bell bro brud Gwerc'hez ar « roz-drenen ». Ar belerined a diredas eus Argoad hag Arvor, da chapel ar c'hastel, elec'h ma oa bet douget. Eur feunteun a oa strinket en harz ar bod roz; etre ar chapel hag ar feunteun-ze, burzudou stank a c'hoarvezas hag a lakas mui-ouz-mui a brez war ar gristenien da zont da c'houlen skoazel an Itron-Varia. Gwelet a oe, eus an eil kantved d'egile, prinsed ha sent o tont da zaoulinan diraki : an ôtrou sant Erwan, Charlez Bleiz, sant Visant Ferrier, Franseza Amboaz, an Tad Maner. Chapel an ôtrou baron a Rostren a 'n em gavas souden re enk da rei digemer d'an holl belerined. Ar baron Per a zavas eun iliz, hag ouz an iliz eun ti chalonied, (27 a viz eost 1483). Nep lec'h en Breiz ne oe neuze kaeroc'h pelerinaj d'ar Werc'hez, gant hec'h iliz uhel, frank ha skedus, bet laket endro d'ezi ijin ha niadou bras; he chalonied, he noblans, rak ôtrone Rostren oa, kouls lavaret, 'n em westlet d'ezi korf ha kalon. Hirie ne chom ken, eus oberou an amzer goz, nemeur a dra en tu-hont d'ar zonj ha d'an hano; n'eus ken nemet 'art garante hag an doujans. en kenver Mari, ar re-ze n'o deus ket koac'het. Er blavez 1793, pa renkas kuitât hec'h iliz ha tec'hel, eur wech c'hoaz, arôk kounnar au dud divade, e kavas en Rostren eun ti kristen da rei d'ezi repu. Den, avat, 'n ije kredet neuze e tizroje c'hoaz d'hec'h iliz hag e vije kinniget d'ezi, kant vla goude, kaeran enor he devoa bet biskoaz. Er bla 1888, eur bugel eus Rostren dent da vezan eskob Sant-Brieg, an ôtrou Bouche, a fellas d'ezan trec'hi war baroned Rostren o devoa grêt kement evit ar Werc'hez. Eun dra a vanke da rouanez Kerne : eur guruuen. An ôtrou Bouche he goulennas digant an Tad Santel ar Pab Leon XIII, hag e oe ôtreet d'ezan raktal. Pebez levenez e-touez ar gristenien ! Ne oa ket eur galon ha ne dridje o sonjal e oa deut tro ar vugale da ziskouez d'o Mamm drugarezus o anaoudegez vat hag o c'harante. Sonj a deue d'eze eus ar burzudou grêt ganti en o c'henver : en Plelauff hag en Ploerdut, dion wreg pareet, goude ne oa ken louzou ebet evite; eun den eus Bonen, eun all eus Gronwel, eur miliner eus Plougerneve, mab eur boulonjer eus Rostren, tennet adre skilfou ar maro, rentet d'eze ar yec'hed o devoa kollet. Eur barrad kanvou a deuas,' siouaz, da veskan kemend-all a levenez : an ôtrou 'n eskob Bouche a oe galvet da zigemer eur gurunen en nenvou, arôk ma 'n evoa gallet kuruni e Vamm war an douar. An ôtrou Fallières a achuas e labour, gant skoazel an ôtrou Péchoux, person Rostren. An 2 a viz gouere 1900, e teuas eskob Sant-Brieg, ha seiz eskob-all gantan, da lakat war benn ar Werc'hez eur gurunen aour kinniget gant un an eus kerent an eskob maro. Dour-bil a rê, evel en de ma oe kurunet au Itron-Varia-Wir-Zikour Gwengamp. Daoust da ze, ugent prosesion ha tri-c'hant beleg a oa deut d'ar gouel hag a reas endro da Rouanez Kerne eur gurunen a enor kalz skedusic'h c'hoaz 'vit an hini a laked d'ezi war he zâl. An oferen-bred a oe kanet gant an ôtrou Dubourg, eskob Moulins; an ôtrou Olier, rener kloerdi Plouguerneve, a reas eur brezegen hag a unanas au holl galonou en harz treid ar Werc'hez. Veni, coronaberis : deut, ma vefet kurunet. Pevar beleg a zoug ar sktuden betek an ôter. Mouez au eskob a gan ar Regina Coeli : Alleluia ! na pebez joa Dec'h-hu, Mamm a garante ! Pan eo achu, e krog er gurunen aour hag e pôz anezi, gant eun dorn hag a gren, war benn ar Werc'hez : « Evel ma kurunomp ac'hanoc'h war an douar, emezan, ra vefomp kurunet gant ho Mab en nenvou ! D'abarde, an amzer o vezan deut gwelloc'h, ar prosesion a yeas er-mêz, — kaeran hini oe gwelet biskoaz en ruiou Rostreu, — en eur ganan gwerziou ha kantikou. An ôtrou Eveno, rener kloerdî Sant-Jakez, a reas neuze d'ar bobl eur brezegen en brezoneg. Bep bla, gant ar 15 a. viz eost, pardon an Itron-Varia a zigas da Rostren eleiz a belerined. Ar 14 da greiste, e ve douget ar Werc'hez kurunet war he zrôn. D'abarde-noz e ve kanet ar gousperou kentan ha gret ar prosesion a-dreuz da ruiou kèr sklerijennet. 'Pad an de hag en noz, e ve beleien o kovesât. Ar 15, e ve oferennou adalek 5 heur. Da 9 heur hanter, ec'h a ar prosesion d'ar feunteun, ha du 10 heur e ve kanet an oferen-bred. D'abarde, goude ar gousperou, ar prosesion a ya adarre er-mêz, hag ar bobl a gân a greiz kalon gwerz Itron-Varia-Rostren, 'lec'h ma kaver war an dro yez kaer ha fe birvidik hon tadou : Mamm Zantel da Zoue, Itron-Varia Rostren, Rouanez ar gêr-man, chilaouet hon feden, Digoret ho tivrec'h, digoret ho kalon. Da rei d'ho pugale ho pennoz, o Itron. Goueliou ar Pantekôst Pardon ha pelerinaj Itron-Varia-Sant-Karre en Lanvellek Ar bla 1694, e oa o chom en keriaden Sant-Karre, en Lanvellek, eul labourer paour e hano Bizien Yan, hag an evoa eur garante dener evit ar Werc'hez Vari. E vamm he devoa gwestlet anezan d'an Itron-Varia adalek ma oa ganet, ha kentan tra a zeskas d'ezan a oe hano Itron-Yaria Sant-Karre hag istor he chpel hag e devosion. Dal ma reas e gammejou kentan, ar bugel e paras e zaoulagad war dismantrou ar chapel-ze bet gwechall darempredet gant pelerined eleiz. Mar vije trist e galon o welet he stad truezus, ne baoueze ket, koulskoude, da bedi ar Werc'hez gant fizians, o adtremen e spered ar pez an evoa desket war varlen e vamm. Gwechall, war-dro ar VIet kantved, eur zant a ziskennas eus Breiz-Vcur en Arvor, e hano sant Karre. Deut oa da heul sant Efflam hag e gompagnunez : sant Kemo, sant Tuder, sant Harran, sanl Kirio ha sant Merin. Eun tibidi a zavas, en enor d'an Drinded, en kichen Roc'h-Allaz, en eul lec'h a zoug c'hoaz an hano a Lann-Karre. Eun all a zavas en Sant-Karre, hag ac'hane e valee dre ar vro, o prezek ar fe d'an Arvoridiz pagan, en e zorn skeuden Gwerc'hez ar Seiz-Glac'har, an Itron-Varia-Drue. » Chapelig sant Karre a badas pevar-c'hant vla, ha neuze e kouezas en he foull. Adsavet a oe kalz kaeroc'h, hag ar chapel neve a oe pleustret epad pemp kant vla-all gant holl gristenien ar vro. Neuze e oe diskaret d'he zro, n'e ket, avat, gant an amzer, gant dorn au dud an hini oe. Brezel ar Re Unanet, hag a reas en Breiz kement a reuz, a dremenas warni hag e fladas d'an douar. Skeuden ar Werc'hez, zoken, a oe kollet. » Koulskoude, an devosion a harze ouz an amzer hag ouz ar brezeliou. Ar chapel glac'haret a gavas skoazel en he dienez : an itron a Rozabaou a roas eun tamm leve d'ezi er bla 1620, ha Yan ar Rouz a zavas eur groaz en he c'hichen hag a stagas outi eur pez kaer a zouar, er bla 1642. Marvat, kement-se a reas d'ar Werc'hez trei he zellou warzu he bugale a Lanvellek, hag e tibabas unan aneze da adsevel d'ezi he chapel hag he felerinaj ; hennez a oe Bizien Yan. Ter gwech, war a lavarer, en em ziskouezas d'ezan, evel ma 'n evoa 'n em ziskouezet, nebeut arôk, he Mamm, an Itron santez Anna, d'eul labourer-all, Nikolazig. Ter gwech e lavaras d'ezan e oa kuzet he skeuden en douar dindan ar chapel goz. Strafuilhet ha nec'het oll, Bizien a yeas da c'houlen kuzul digant e berson, au ôtro Nikol. « Pedet ha klasket, eme an ôtro person, ha mar deo ar vouez abeurz Doue, e kavfet. » Kaout a reas. Eun abarde-noz, ma oa et e-unan da doullan 'lec'h ma oa merket d'ezan, e tizoloas skeuden an Itron-Varia, ha hi ken yac'h ha pa vije bel neve c'hrêt. An den paour, leun a levenez, mui evit p'an ije kavet holl densoriou ar bed, a zaoulinas diraki, ha goude he fedi hag he zrugarekât, he c'hasas gantan d'e di. An dud, pa glevjont ar c'helou, a diredas da Zant-Karre ; en ti Bizien, hanvet adalek neuze Ti ar Werc'hez, e oe adsavet ar pelerinaj koz. Mes ar chapel a oa red adsevet ive. Bizien, e amezeg Yan Guyomar hag Erwan Brigant, noter, a 'n em glevas o zri evit se. An ôtro komt Perrien, perc'hen Sant-Karre, a roas douar, hag ar Werc'hez a ziellas ar marc'had dre eleiz a viraklou. An ôtro Nikol, person Lanvellek, amgredik betek hen, a c'houlennas neuze digant an ôtro Kermeno, vikel-vras Dol, o chom en Lanuon, ôtre da adsevel ar chapel ha d'oferennan enni, abalamour, emezan, d'ar burzudou bras a c'hoarveze en Sant-Karre. Savet a oe ha binniget, gant an ôtro Nikol, an eil sul a viz kerdu 1695, dirak eur bobl diniver ha c'houec'h prosesion, Lanvellek, Plufur, Plounerin, Plouaret, Plouneve ha Logivi. Pemp bla goude, e oe binniget tri gloc'h neve. Ar pelerinaj a adkrogas neuze kaeroc'h 'vit ne oa bet biskoaz. Dont a raed da Zant-Karre betek eus Brest, Skaer, Rostren, Laruen, Pleuzal. Pelerined a ra badezi bugale ganet' eno ; darn-all, skoet gant ar c'hlenved, e tigoue d'eze mervel hag a gav en Sant-Karre dor ar baradoz, Porta cœli. Er bla 1705, adalek goueliou Pask betek ar Pantekost. e oe laket 709 oferen en chapel ar Werc'hez. Hirie, e c'haller c'hoaz, hep nep gaou, lavaret e tremen ouspen ugent mil pelerin dre ar chapel vinniget, etre sul ar Pantekost ha sul an Drinded. Parousianiz Lanvellek hag o beleien ne lezfont biken da vont da hesk ar feunteun a c'hrasou strinket en o zouez. Ar pardon a ve grêt eus ar c'haeran, bep bla, en kerz goueliou ar Pantekost, sadorn, sul, lun ha meurz. Da oueliou ar Werc'hez, an 2 a viz c'houevrer, ar 25 a viz meurz, ar 15 a viz eost, an 8 a viz gwengolo hag an 8 a viz kerdu, e ve oferen-bred, gousperou ha prosesion ebarz ar chapel. An eil sul eus ar miziou-all ve oferen-veure. War ar pemde, ve oferen d'al lun, d'ar gwener ha d'ar zadorn alïes. Gant kovesât, kommunian ha pedi evit mad an Iliz, ar belerined a c'hall gonid induljansou bras epad eizved ar Pantekost ha da oueliou ar Werc'hez, pa ve oferen-bred en Sant-Karre. Itron-Varia Drue, Mamm vat ha karantezuz, Pedet evidomp bemde Hon Zalver, ho Mab Jezuz. Eil sul a viz Gouere Pardon ha pelerinaj Itron-Varia-an-Enez en parouz Goudelin En penn kentan an Xlet kantved, e veve en Goudelin eun itron a renk uhel, Mari Porstrevenou, muioc'h anavezet dindan an hano «Marie de Goudelin ». Ar plac'h-man a dremene hec'h amzer o pedi hag o skuilh oberou mat endro d'ezi. Lenn a rêr en istor Goudelin penôs unan eus bugale an itron man o vezan eun devez en kreiz ar mor bras, eur bar-amzer spontus a zavas, hag e oa al lestr o vont da vezan lonket gant ar gwagennou diroll. An den yaouank, strafilhet oll, ne ouie petra d'ober, pa deuas da zonj d'ezan eus an hini a hanver «Stereden ar Mor». Daoulinan a reas raktal en e lestr hanter-leun a zour, hag e zaouarn juntret war e galon, en em westlas d'ar Werc'hez. Mari a chilaouas e beden hag a reas d'ezan 'n em denn ac'hane hep droug. Evit trugarekaat ar Werc'hez eus ar burzud-man grêt en kenver he mab, Mari C'houdelin a lakas sevel, gant menec'h Beauport, eur gaer a chapel en enor d'an Itron-Varia. Eun dosen a oa bet dibabet. evit diazezan anezi, mes etre ter gwech e tigouezas d'ar vein bezan diskennet, epad an noz, en eun draouien leun a fank hag a c'hreuneugellou. Ar burzud-ze a ziskoueze skler an nevoa c'hoant ar Werc'hez e vije savet eno he chapel. Ar vrud a redas buhan dre ar vro, hag a-boan ma oa achu al labouriou, e vije gwelet tud a vanden o tisken d'an Enez evit 'n em lakat dindan skoazel Mamm Doue. Adalek neuze, eleiz a vurzudou a c'hoarvezas en Goudelin, burzudou a bep seurt, burzudou evit ar c'horf, burzudou evit an ene. Mari ne skuize ket o skuilh grasou war he bugale. Betek an XVIIIet kantved, ar chapel a oe renet gant eur manac'h eus manati Beauport. Epad an dispac'h vras, chapel an Enez a oe serret ha skeuden ar Werc'hez klenket gant tud a zoujans Doue Pa deuas adarre ar peuc'h, ar skeuden a zistroas d'he flas. Koulskoude. ar chapel deut da vezan tra ar Gouarnamant a chomas serret; ne zigoras nemet er blavez 1831, dre urz ar roue Loeiz-Phulup. 'Benn neuze, eul loden vras anezi a oa krog da vont en dismantr; an ôtro Desbois, person Goudelin, a reas he adsevel, hag abaoue, he dorojou zo digor adarre. An eil sul a viz gouere en em gav pardon an Enez. Adalek ar zadorn e tigoue pelerined a bep tu. Da eiz heur noz, e ve kanet ar gousperou kentan, ha raktal goude, ec'h er en prosesion. Ar bourk a ve sklerijennet evel en de. Tachen ar chapel hag an henchou war-dro a ve goloet a gristenien. Kreiz ma ver holl o kanan meulodi da Vari, eun êl gwisket kaer a zisken diwar veg an tour da c'houezan an tantad, ha kerkent e tec'h war e giz. Ma ve kaer noz 'rôk ar pardon, ar zul a ve kaeroc'h c'hoaz. Adalek goulou-de betek noz du, ar chapel a ve leun-kouch dalc'h-mat, hag eun dudi eo gwelet gant pebez devosion e peder eno. Tadou, mammou, tud yaouank ha bugale, an holl a deu da zaoulinan war ar pave, dirak ar skeuden zantel, da lavaret d'ezi o levenez, da gontan d'ezi o zrubuilhou, da zisklerian d'ezi o ezommou, da c'houlen diganti he grasou. Sant Eler zo enoret ive en Enez, da goulz ar pardon. D'ar zadorn d'abarde, d'ar zul ar beure ha d'ar zul goude ar gousperou, e teu eleiz a dud a-ziavêz, gant o c'hezek, da bedi dirak e skeuden : eul loden vat eus ar prof eo d'ezan e ve kinniget. Induljans vras a zo da c'honid en Enez, de ar pardon ha 'pad an eizved. O Itron-Varia an Enez, C'houi 'zo hon dousder, hon bue, Hon esperans war-lerc'h Doue, Nep n'ho kar ket, o Rouanez, Eus Breiz-Izel n'eo ket hennez. B. F. Trede sul a viz Gouere Pardon ha pelerinaj Itron-Varia-Feunteunio en kêr Pontreo An Itron-Varia-Feunteuniou eo patronez Pontreo, elec'h eo enored abaoue pell amzer. Pegoulz, perak, gant piou e oe savet he chapel, diazezet us da gêr, war lein ar roz ? Nemet ha grêt a ve bet war-lerc'h eur gwestl pe eur burzud, ahendall n'oufer respont netra. Eun c'halvar kaer ha ter feunteun a zo war he zro, herve stum al lec'hiou santel ha burzudus. Pell a zo eo bet d'ec'h gwestlet Ar c'horn-man eus Breiz-Izel; Gant hon zado eo bet laket, Gwerc'hez, dindan ho skoazel. Nag a wech, o ma Mamm santel. Ec'h int deut, bras ha bihan, Da zaoulinan en ho chapel, Savet e-tal ter fantan ! Evelse a lavar ar c'hantik. Ar Werc'hez he deus diskouezet, dre galz a viraklou, e plij d'ezi bezan enoret en Pontreo hag er parouziou tro-dro ( 1) dindan an hano a Itron-Varia-ar-Feunteuniou, ar feunteuniou-ze o vezan 'vel ar skouer eus an holl c'hrasou a skuilh war he bugale. Nag a vartoloded trec'het gante ar mor hag an arne, dre ma oa dorn an Itron-Varia o sturian o bagou ! Nag a walennou oc'h ober reuz 'barz ar parouziou diwar-dro, ha ne gredjont ket tostât ouz kêr Pontreo diwallet gant ar Werc'hez ! Nag a bec'her dizroet ganti ouz Doue ! Gant se, an devosion en he c'henver ne ra nemet kreski. Bep bla, pa digoue koulz he fardon, Pontreo a zilez pep prez ha pep labour evit 'n em rei oll d'enori he Fatronez. Gant goleier ar prosesion-noz hag ar chadennadou tan stignet war an holl dier, kêr a lugern 'vel eur berlezen hag a ra d'an Itron-Yaria eus-gurunen a mil ha mil stereden. En noz arôk ho pardon, Dre hon ruio kempennet, C'houi a dremeno, o Itron, Seder ha joaüs meurbed. Douget gant ho martoloded, Endro d'ac'h ho pugale, Dindan an nenv steredennet. C'houi 'vo kaer 'vol goulou-de. Ha mar be sklêr bolz an nenvo, Ruio Pontrev 'vo ive : En noz-ze, gant o goloio. E voint skler evel an de. Tôlet zo bet plê penôs biskoaz an amzer fall ne harzas ouz ar prosesion-noz da vont er-mêz. Gwelet eo bet ar glao o tevel, pa deue koulz ar prosesion hag o adkregi adarre, gwasoc'h 'vit biskoaz, kerkent ha ma vije dizro d'an iliz. Koulskoude, eun dra a fellfe c'hoaz evit kreski enor ar pardon : eur chapel neve d'an Ilron-Varia, testeni a anaoudegez vat 'vit an amzer dremenet, hag eienen a c'hrasou kaeroc'h c'hoaz 'vit an amzer da zont; eur chapel neve-flamm, ma hon dije esper da welet bepred an Itron-Varia enoret en Pontreo hag ar gristenien, a rum da rum, o pignal bep bla da dachen he fardon, o kanan d'ezi kantik ar martolod : Miret hon bago, hon listri, Itron-Varia-Fantanio, Grêt na noazo d'ar verdidi Nag avel, na kuruno, Na gerrek, na gwagenno; Ni 'westl d'Ec'h hon c'halono. (1) He chapel a oa stag gwechall ouz parouz Kemper. Trede sul a viz Mae Pardon ha pelerinaj Itron-Varia-ar-Goz-Yaudet en parouz Ploulec'h Ar pelerin a bleustr, 'vit ar wech kentan, douar santel ar Goz-Yaudet, a wel eno unan eus ar c'haeran tolennou a oufe Breiz-Izel dispakan dirak an daoulagad. Ne oar, da gentan, ouz petra sellet, pe ouz ar mor bras kompez henvel ouz eur vantel c'hlas divent, eur voilouzen wenn war he zro ha steredennou arc'hant o lintran a vilierou, war he c'horre, pe ouz an douar, kosan tam en Breiz, marteze, bet pleustret gant kristenien. War ar gourenezen vihan-man, ar Beg-Leger, 'vel ma ve grêt anezi, e oa gwechall eur gêr, he hano Lexobi, bet savet gant ar C'hallaoued koz. Ar Romaned he c'hemeras, rak eul lec'h brao da zifènn a oa, gant mor ha traouiennou tro-dro, hag eun hent enk o stagan anezi ouz an douar-bras. Roudou a bep seurt o deus lezet war o lerc'h, magorennou koz, feunteun bolziet kaer, danve studi 'vit an dud a ouiziegez. Ar gristenien, d'o zro, he gonezas d'ar fe gristen nebeut amzer goude donedigez Hon Zalver, hag a zavas enni eur chapel d'ar Werc'hez hag eun eskopti. Ar pelerin, en de a hirie, a dro dreist-oll e zellou warzu ar chapel-ze, kaeroc'h c'hoaz en he zav, en kreiz kemend-all a zismantrou stlabeet endro d'ezi. Gwir eo, adgrêt eo bet meur a wech; er bla 1858, eun tiegez kristen eus ar vro o vezan roet prof awalc'h, e oe savet a-neve, nemet e oe miret kement a gaer a oa 'barz an hini goz, 'vel al lein-ôter dero kizellet, 'barz ar c'hreiz anezan gwele ar Werc'hez hag ar Mabig Jezuz. Abred eta e oe anavezet er Goz-Yaudet devosion ar Werc'hez, p'eo gwir e lavarer e oa distrujet kêr, gant an Normaned, 'benn ar bla 837, hag e oa 'benn neuze tremenet enni 72 eskob. War-lerc'h an dismantr, an eskopti a oe kaset da Landreger, en amzer sant Tual ha sant Ruelin, dre urz Nomenoe, roue Breiz; mes ar Werc'hez ne dec'has ket, ha hirie, war-lerc'h ar C'hallaoued. ar Romaned, war-lerc'h an Normaned ive, n'eus ken eno perc'hen nemeti. Breman zo eun daou-c'hant vla bennak, ne oa ket, war bouez diou pe der leo eus ar Yaudet, eun tiegez kristen ha ne yaje da bardonan da di ar Werc'hez, koulz pe goulz epad miz mae; rak anez bezan grêt en miz mae, ar pelerinaj ne dalveze netra. Er mare ma oe adsavet ar chapel, (1858), e vije kanet enni eun oferen-bred, an 30 a viz ebrel, da hanter-noz, dirak pelerined deut a-bell bro, kouls a Leon 'vel a Dreger. Breman eo kollet ar c'hiz-ze, mes da viz mae e ve oferen ha gousperou bep sul. Ar Yaudet a zo hag a vo bepred eul lec'h devot ha darempredet gant kristenien Breiz-Izel, a yelo di da bedi 'barz en kentan ti a zavas ar 'Werc'hez en o bro. Ouspen en Breiz ez eo brudet. Eus a bep korn a Frans, e teu tud da 'n em westlan d'an Itron-Varia ha da lakat pedi evite dirak he skeuden. Gloar d'ar Werc'hez er Goz-Yaudet, Meulodi d'he Mab binniget ! Sul kentan a viz Mae Pardon ha pelerinaj Itron-Varia-Guiaudet en parouz Laruen War-dro ar bla ma 'n em ziskoueze en Lanvellek, d'he zervijer Bizien Yan, ar Werc'hez a gomze ive ouz Glôd Alan en Laruen. Treger ha Kerne o devoe war an dro an eurvat da welet Mamm Doue o tont da ziazezan he zrôn en kreiz o douarou. Er bla 1692, e oa kernez en Breiz-Izel. An dud paour diwar ar mêz o devoa poan bevan ; dre holl, tadou ha mammou a bede Doue da zellet a drue ouz o bugale prest da vervel gant an naon. En eur gêriaden eus parouz Laruen, Krec'hmorvan, eur c'hemener hanvet Glôd Alan, daouzek a vugale d'ezan, a oa ankeniet bras o vezan n'evoa ken begad da rei d'eze ; ne oa ken en ti nemet eur skudellad bleud. Petra oa ze da vagan kemend-all a dud hag holl digor mat o c'halon ? Alan a oa devot bras d'ar Werc'hez ; hag hen hag o kemer e wenneien divezan hag en hent 'trezek ar vilin, e chapeled en e zorn. Arru e-tal ar gêriaden hanvet gwechall Koatkoustrennek, ha hirie ar Guiaudet, e klev eno, en kichen ar waz, eur vouez flour meurbed o c'hervel anezan : « Glôd Alan, eme ar vouez, et da Vothoa, (1) ha lavaret d'an ôtrou person e fell d'in e vefe savet aman eur chapel em enor hag en enor da zant Yan, diskibl muian-karet ma Mab Jezuz. Hag evit ma kredfet eo Mamm Doue a lavar kement-man d'ec'h, c'houi welo burzud hirie. Ar skudellad vleud a zo en ho ti a vago ho tud ha c'houi epad meur a zevez. » Evel ma 'n evoa lavaret ar Werc'hez e c'hoarvezas. Glôd Alan hag e dud o devoe leiz kof, epad eun nebeut deiou, gant o skudellad bleud. Leun a levenez, setu an tad da Vothoa da gomz ouz dom Gregor Raoult, ar person. Heman, avat, n'hen kredas ket ; kaer en devoe distrei eun eil gwech, ne gavas gantan nemet komzou treut ha gwapaüs ; an ôtrou person a gemere Alan 'vit eun hunvreer pe eur foll. Ar paour kez den a oa glac'haret ken a oa. Ar Wer-c'hez a gomzas outan eun dervet gwech : « Et c'hoaz, emezi, ha bezet dinec'h ; ar wech-man person Bothoa ho selaouo. » Ar Werc'hez n'e ket gaouiad ; ya, dom Gregor a oa deut da gredi, rak digare a oa bet roet d'ezan : deut a oa dall. Ar person a yeas en prosesion da Goatkoustrennek, renet gant Glôd Alan. O burzud ! Kerkent ha ma 'n evoe tôlet troad war douar Mari, e teuas d'ezan ar gweled. Skeuden ar Werc'hez a oa eno, neve gavet, rak el lec'h-man he devoa bet c'hoaz eur chapel. War ar skeuden-ze e paras, da gentan, sellou ar person ; dont a reas d'he briata en eur ouelan hag he dougas gant kalz a stad betek eur men a weler c'hoaz hirie war dachen ar Guiaudet. Ar burzud-man a reas kalz a drouz dre ar vro hag a zigasas kristenien eleiz da Goatkoustrennek. Eun tam lochen a oe savet gant koad ha balan, evit repui ar skeuden vinniget, da c'hortoz gwelloc'h. An ôtrou Daniel a Francheville, eskob Perigueux, hag a oa kalz eus e leve en Laruen, a deuas ive da Goatkoustrennek ; o vezan anavezet ar wirione, e roas douar hag arc'hant da zevel eur chapel. War-ze, pep-hini a deuas da rei e damm, herve e zanve. Benn ar fin e oe dastumet hanoiou seiz mil den hag a ginuige leve evit sevel ha derc'hel chapel ar Werc'hez. Savet a oe ha hanvet eur beleg d'oferennan ha da govesât enni bemde. Burzudou a bep seurt, tud mut, tud dall, tud kamm pareet, a lakas ar gristenien da ziredek muioc'h-mui d'al lec'h santel. Ar pelerinaj a yee bep bla war greski, pa deuas an Dispac'h da laerez ar chapel ha d'he zerri. Eun den eus ar barouz, e hano Hamon an Neûn, a glaskas, zoken, dispenn al labour kaer savet dre fe Glôd Alan hag e genvroïz. Diskar a reas c'houec'h warn-ugent eus kroaziou ar barouz ha tôl Gwerc'hez ar Guiaudet diwar he zrôn. Kastizet a oe hepdale, dre zorn ar Chouanted : ar re-man hen lazas. Kerkent ha ma oe tremenet reuz an Dispac'h, ar chapel a oe digoret ha kempennet a-neve gant daou veleg eus ar barouz, an ôtrone Yan ha Fransez ar Pennek. Ar pelerinaj a deuas da vezan ken brudet ha biskoaz, darempredet kouls gant tud Treger ha Gwened evel gant Kerneviz. Tamn ha tam, ti ar Werc'hez a oe kaeraet, pep-hini eus personed ar barouz o lakat endro d'ezan kement ha ma c'halle a boan hag a arc'hant : an ôtrone Daniel, ginidik eus Mousteru, Ar Rolland, Ar Men, hirie person Kallak, a brenas d'ezan tôlennou, ôteriou, gwer livet, a reas grean anezan diabarz ha diavêz. An ôtrou Rolland, «barz an Itron-Varia-Guiaudet», kaner flour hag helavar, a reas en he enor diou werz. Abaoue m'eo adsavet ar pardon, ar burzudou a lak adarre da dridal kalon ar Vretoned. Divezan hini a zo bet brudet eo pareans Augustina Fercoq, eus Bulat. Ar plac'hig trizek vla-man a oa klanv gant eun droug skoet en gwalen he c'hein. N'halle finval nemet gant flaiou. An ôtrou Quere, medisin en Kallak, an evoa diskleriet ne oa pare 'bet eviti. He mamm a gasas anezi da bardonan d'ar Guiaudet, ar 7 a viz mae 1905. Gwalc'hi 'ra d'ezi he diouhar er feunteuniou, hag ac'hane ec'h eont d'ar chapel. Ar glanvourez eo red kazi he dougen. Goude bezan bet avielet, ec'h a da bedi stok da skeuden ar Werc'hez, hag eno, tra estlammus, e klev 'vel eur vouez o lavaret d'ezi : Savet ha kerzet. Digeinan ra gant mil boan ; bep ma reud he c'horf, e sant eur freskadurez dispar o 'n em silan 'n hec'h izili. Setu hi 'n he zav hag o kerzet dre ar chapel : « Plomman 'ra ! » eme ar vamm, a ya da heul he merc'h, 'vel 'n eun hunvre, ar flaiou dindan he brec'h. Adalek neuze, Augustina Fercocq n'he devoe ezom ebet aneze ken ; d'an Itron-Varia e oent kinniget. Pardon bras ar Guiaudet a ve d'ar zul kentan a viz mae ; eun induljans plenier a zo bet staget outan, gant ar pab Pi X. Ar pardon bihan a ve grêt ar zul kentan a viz eost. Da oueliou ar Werc'hez, e ve oferen-bred er Guiaudet, hag ive beb eil sul ar miz, nemet en Azvent hag er C'hoareiz. Itron-Varia-Guiaudet, pedet evidomp (2) (1) Laruen a oa neuze dindan Bothoa, kouls ha Kanuel, Santez-Trifina ha Kerien. (2) (Diwar levr : Sanctuaire et pèlerinage de N.-D. du Guiaudetn gant an ôtrou Men, person Kallak. Pemzekvet devez a viz Eost PARDON HA PELERINAJ ITRON-VARIA-SKLERDER en parouz Perros Pell amzer zo, gouel ar Werc'hez hanter-eost a zo eun de kaer ha meurbed santel en parouz Perros hag er parouziou tro-war-zro. An holl dud a deu d'ar vro, a-dost pe a-bell, a blij d'eze mont betek ar chapel savet war eur blenen uhel, a-us d'ar mor, chapel Itron-Varia-Sklerder. Ar gwir gristen a goue raktal war bennou e zaoulin d'ober eur beden ; an den badezet ha dilezet gantan e fe n'hall ket harz da vezan souezet, hag alïes e teu war e vuzellou an Ave Maria desket gwechall war barlen e vamm. Hag en gwirione, ar chapel-man a zo dispar e-touez ar re-all ; en tu-hont mac'h eo kempennet brao ha kizellet kaer, he deus eun istor ; gallout a rêr lavaret ec'h eo chapel ar burzudou. Breman zo demdost da c'houec'h kant vla, listri Roue Frans, renet gant eur Breizad a fe, markiz ar Barac'h, eus Louannek, oa o tistrei diouz Bro-Zôz. Mal oa an avel, sioul ar mor, glas an oabl ha seder an holl galonou, en eur dostât ouz ar vro, ar gerent hag ar vignoned karet. En eun tol, e sav eur vougen hag a 'n em led hag a denva evel eur goumoulen ; an heol zo kuzet, an oabl tenvalaet; red eo chom hep finval. Mes an avel a deuas da grenvât hag en despet d'ar sturier, al listri a oe kaset war eun war reier ar Jentilez. Ar markiz, dirak ar maro ken tost, a gouezas war e zaoulin ha gantan e holl verdidi ; « O Mari, emezan, Mamm Doue, Rouanez Breiz hag ar mor, pezet true ouzimp ; sovetaet ac'hanomp, hag evel testeni a anaoudegez vat, me a zavo d'ec'h eur chapel ! » A-boan ma oa achu ar beden, an avel a droas krenn, hag elec'h kas al listri war ar reier, e sikouras aneze da vont warzu an ôd ; er memez koulz, 'us da reier Ploumanac'h, e oe gwelet eur barr heol hag a diskouezas d'ar sturier an hent da vont da borz Perros, 'lec'h ec'h arrujont nebeut goude. Holl asamblez ec'h ejont gant fe betek ar mene o devoa gwelet warnan ar sklerijen vurzudus o tarzan ; kouezan rejont d'an daoulin evit trugarekât ar Werc'hez. Ar markiz a brenas eul loden douar ha, gant e zanve, e savas ar chapel prometet, hag e roas d'ezi an hano a Ition-Varia-Sklerder. Aboue an de-ze, n'e ket dihanet Mari da skuilh he bennoz war ar re a deu d'he fedi ha da c'houlen diganti sklerijen, ken evit ar c'horf, ken evit an ene. An dud klanv o daoulagad a deu d'o gwalc'hi gant dour ar feunteun, ha kalz a dizro d'ar gêr pareet, pe, da vihanan, gwellaet. Ar mammou kristen a blij d'eze dougen o bugale d'ar chapel evit deski d'eze bale ; a bep tu ar vro, ar belerined a deu a-leiz, hag holl o deve o mennad. hag alïes well. Mes an Itron-Varia-Sklerder 'zo madelezus, dreist-oll, en kenver ar vartoloded ; ar re-man, ken niverus er vro-ze, zo dalc'h-mal eu riskl o bue : o listri 'zo ken dister, ar mor 'zo ken treitour ! Abalamour da ze, arôk kuitât, e teuont da c'houlen digant ar Werc'hez he bennoz ; epad ar veaj, an tad, ar vamm, ar pried, ar vugale, a deu alïes da zaoulinan dirak he skeuden vinniget, hag ar martolod e-unan, mar teu d'ezan, eun devez, bezan gwall-gaset, an eve sonj eus Itron-Varia-Sklerder, hag hon Mamm, evel gwechall evit rnarkiz ar Barac'h, a diwall anezan diouz ar reier, a bella dioutan ar barr-avel fall. Bep gouel ar Werc'hez, e ve kanet er chapel an oferen hag, ar gousperou, mes gouel hanter-eost eo ar pardon bras. An de arôk, da zerr-noz, gousperou, prosesion ha tantad ; abred dioaz ar heure, oferen ar belerined o deus beajet 'pad an noz, darn en gwetur, muioc'h war droad, kalz, zoken, war o zreid noaz. A rum da rum, ar chapel a ve leun-kouch betek an oferen-bred. ha neuze, tud er porched, tud war ar vered, hag eus an holl galonou, ec'h a eur beden warzu an nenvou. Goude ar gousperou, prosesion dispar, a vije kaeroc'h c'hoaz ma vije nebeutoc'h a divroïdi deut da welet ha nan da bedi ; bugale, tud yaouank, tud war an oad, a gân a greiz kalon kantik Bugel ar Werc'hez, savet gant an ôtrou Thoz, person koz Perros. Neb an eus eur wech gwelet ar pardon-man n'hall biken hen ankouât ; neb an eus, eur wech ive, pedet en chapel Itron-Varia-Sklerder, a blij d'ezan distrei, rak eno e kavo dalc'h-mat eur Vamm vat d'hen selaou. Kristenien, goulennomp digant Itron-Varia-Sklerder miret d'imp daoulagad hon c'horf, mes kentoc'h c'hoaz, reï d'imp sklerijen d'anavezout ar gwir hent hon c'haso d'an nenvou. F. G. Pempzekvet devez a viz Eost Pardon ha pelerinaj Itron-Varia-a-Wir-Mane en parouz Perret Mari eo ar gwir mene, dre m'he deus ganet eur mab hag a zo Doue. Evit enori he brasder, ar Vretoned o deus kustumet sevel d'ezi chapeliou war ar meneziou; brudetan hini zo aneze eo chapel Itron-Varia-a-Wir-Mane, eu parouz Perret, etre eskopti Gwened hag eskopti Sant-Brieg. Savet a oe, war a lavarer, breman. zo c'houec'h kant vla, gant menec'h abati Bon-Repos. Darempredet eo bet a-viskoaz, hag en pep koulz eus ar bla. Ar zul kentan ar miz ha da oueliou ar Werc'hez, e ve lavaret enni au oferen; ne vank gwech ebet pelerined, eu deiou-ze, eus Gourin, eus Langonnet, eus Klegerek. De ar pardon bras, ar 15 a viz eost, e teuont a dek leo diwar-dro. An de-ze, ar mene goloet a gristenien a ve 'vel santelaet gant o devosion. Darn aneze a ve dierc'hen hag en korf o roched; darn-al! a bed war o daoulin noaz; holl en em vodont gant prez endro da skeuden ar Werc'hez da bokat d'he zreid pe da gorn he mantel. Lod aneze a ra tri belerinaj er memes de : au oferen-veure a glevont en Kelven, an oferen-bred en Gwir-Mane, hag ar gousperou en Rostren. Parousianiz Perret n'o deus ken rikour en o holl ezommou nemet Gwerc'hez o mene. Forz pesort darvoud a digoue, klanv tud pe loened, d'ezi en em westlont hag e kasont prof hag oferen. Peurvuian o fedennou a ve chilaouet : evelse, madelezou ar Werc'hez a dalc'h beo ha birvidik le ha karante he bugale. Itron-Varia-a-Wir-Mane, diwar lein ho mene, diwallet ho pro Breiz-Izeal; pellaet diouti pep gwalen; miret d'ezi he fe . ITRON-VARIA-ROCHEFORT N'eus ket pell amzer c'hoaz, en kichen ker Wengamp, en eul' lec'h hanvet Rochefort, dalc'het breman gant tudjentil kristen ha madelezus, e oa ive eur chapelig hag eur pelerinaj d'ar Werc'hez dindan an hano a Itron-Varia-Rochefort. Gwerc'hez ar chapel-ze e vije ganti dalc'h-mat dilhad ken kaer ma oe eun den, eur wech, hag a oe temptet d'o laerez. Mes pa oa o kemer ar vantel, ar Werc'hez a grogas 'n e viz hag hen dalc'has evelse ken ma teuas ar c'hloc'h, laket en brall dre vurzud, da zigas tud d'ar chapel. Al laer a oe tapet. Hirie eo kouezet chapel ha pelerinaj Itron-Varia-Rochefort. Pempzekvet devez a viz Eost PARDON ITRON-VARIA-AR-GOZ-ILIZ en parouz Planiel ...C'hoaz zo eur plas dreist ar re all Ar Goz-Iliz, kichen Kamarl, Ar Goz-Iliz, en Planiel, War vord an ôd en Kamarel. Evelse e lavar ar werz koz, savet en enor da Itron-Varia ar Goz-Iliz. N'e ket awalc'h mont da oueliou ha pardoniou ar zent ; anaout o doare, o bue, a zo red ive. Henvel awalc'h ouz ar pez a gaver en levr Bue ar Zent, ar gwerziou savet endro da bardoniou koz Breiz-Izel e kaver enne, war an dro, istor ha kelennadurez. Hon tadou o frene 'vel lod ar pardon, o c'hane hag a deske evelse ar pep kaeran eus istor o Bro. No vo ket gwelloc'h kontet, en nep stumm, istor ar Goz-Iliz, ,evit nan eo 'barz ar werz eman aman war-lerc'h ar pennadou kaeran anezi. Sant Modez, bet marvat o welet Sant Tual er Goz-Yaudet, a bôzas, en eur dremen en Planiel, hag a chomas eno c'houec'h da brezek ar fe. Sant Modez deut da Blaniel Chom epad c'houec'h miz er c'hastel, Sklerijenni ra an ôtro Badezi ra an holl war-dro. Monet reont nao eun devez, An ôtro hag ar prins Modez, An itron ha pevar vugel, Gant diou vatez, da Gamarel. En briz heol eus deliou ar c'hoad, War vord an ôd e zo êr vad ; War an dinen c'hlas azeet, Prezegen Modez da glevet. Eil vab an ôtro deu 'n e benn Tapout eur rozennig spern-gwenn ; Monet 'ri 'vit he displantan, Hag er mor kerkent da ramplan. Ar mor o tanzen dichalan Gas an ôtro yaouank gantan... Ar maro sko en o c'halon, An tad zota gant ar spouron. War-lerc'h e vab en dour redet. Siouaz d'ean, neuial n'oar ket ; Distroadet eo gant ar mare, O daou en riskl bras o bue. Gant an itron 'n'e ket disket Pedenno ar gatoliked ; En em lakat ra da bedi 'N doueo fôz d'o farei. Mes sant Modez a bed ar Werc'hez Vari. Chilaouet eo ; eur wagen a doug an tad hag ar mab war ar zec'h. Gant al levenez o devoa, e prometjont sevel eur chapel d'an Hini 'n evoa o zalvet. Vit testent ar burzudo, Tleer sevel eur chapel vrao, Eur chapel goant pe eun iliz, Da darempredi gant Breiziz. Sant Modez a gan er chapel-ze an oferen gentan .hag a va goude da Bleraneg da gerc'hat eur beleg da lakat en he zervij. Ar burzudou c'hoarvezet eu Kamarel o deus gwriennel don .devosion ar Werc'hez 'barz kalonou ar gristenien. Setu kaeran faim a digouezas Gant pemp den eus a gêr Pontre, Et en traou gant eur vag neve. O tremen dre al Ledano, E lavarent o fedenno, Daoulinet o femp asambles, Da westlan o bag d'ar Werc'hez, Goude 'ch ejont war rôk ganti, Evit pesketa brizili, Neve grog e oa al lano, Pa weljont 'bep tu gwagenno. N'helled na roenvial na levial. 'Mesk ar gwagenno o ruilhal ; Daou vartolod batorlet krenn, Liou ar maro en o c'herc'hen. Gant anken vras en o c'halon, an tri-all a bed an Itron-Varia-Gamarel, ha setu kerkent, Daou flamm tân diskenuas d'o c'hât, Unan yeas 'bep tu d'ar vag. Ar Werc'hez o tiskouez ar golo d'eze, ar pemp marlolod a digoue en Kamarel, ouz ar vered, hag a ra ter dro d'hec'h iliz. An daou c'holo a ya ebarz ; int a chom ouz toull an nor du drugarekât o Mamm vat ken ma teu, da veure, ar beleg da lzvaret e oferen. Perak e toug ar chapel an hano a Goz-Iliz ? Ar werz a rospont war ze penôs gwechall e oa ter barouz en Planiel : Kamarl, Sant Anton ha Pen-al-Lann ; chapel ar Werc'hez eo « koz iliz" Kamarl. Ar pardon a ve d'ar 15 a viz eost, hag a zigor da hanter-noz, dre oferen ar belerined, a bleustr ar pardon muioc'h en noz 'vit war an de. Pardon ar Goz-Iliz an eus miret e liou kristen ; ha dre ze, glizen an ne a zalc'h da gouezan puilh el lec'h. binniget-se. Tud klanv, tud nammet a deu da c'houlen ar yec'hed : martoloded hia soudarded. 'Deu da c'houlen digant o Mamm Distrei d'ar gêr yac'h ha dinam. Pa dizroont, e teu gante donêzonou d'ar Werc'hez. En penn-trok eus he madelez. Goude, e chomont da vevan en harz he chapel, da c'hortoz mont en he c'hichen d'ar baradoz, Da ganan d'ezi kantiko, En brezoneg, langaj o bro. Eil sul a viz Gwengolo Pardon ha pelerinaj Itron-Varia-Vulat en parouz Bulat-Pestien Mare an XIIet kantved, er blavcziou divezan, e oa o chom en Pestien, en eur c'hastel-krenv savet en pleg ar zaonen, eun dijentil pinvidik hag e wreg, tud madelezus ha kristenien vat. Eun dra a vanke d'eze, koulskoude, gant o madou hag o enoriou : eur c'hrouadur d'o dastum war o lerc'h. Kaer pedi o devoa, ne deue bugel ebet da frealzi o c'hozni, rak dija e oant deut war an oad. 'N em westlan rejont d'ar Werc'hez ha prometi sevel d'ezi eur chapel, ma teuje d'eze kaout eur bugel. Hepdale, kleier ar vadeziant a gasas ar vrud e oa bet chilaouet peden an ôtrone, ha prest goude, eur chapel goant diazezet elec'h eman breman iliz Itron-Varia-Vulat, a roas da c'hoût d'an holl da biou e oa dleour gwad Pestien mar n'aje ket c'hoaz da hesk. An hano roët da Werc'hez ar chapel a oe Itron-Varia-Bugelat deut hirie da vezan Bulat. An dud, pa deujont d'anavezout perak e oa bet savet, ne oad ket evit harz aneze da zont d'he darempredi. Ar chapel a douas en berr amzer da vezan re vihan, hag en fin ar XIVet kantved, e oe red sevel eun all brasoc'h. (1) Kant vla goude, e renkjod adarre he ledanât, kement ha ken bihan ma 'n cm gavas erfin, 'benn ar c'hantved war-lerc'h, eun iliz vras da vezan 'lec'h ne oa nemet eur chapelig; grêt he devoa he c'hresk da heul devosion ar gristenien en kenver ar Werc'hez. Souezus eo na pegen birvidik e oa an devosion-ze. C'hoaz e rêr kont, en Bulat, eus an daou vasoner-ze, daou vreur, a c'houlennas chom da vevan en kichen an Itron-Varia-Vulat, goude bezan labouret eviti; ar gambr ma oant o chom enni, stag ouz ar chapel, a zo hanvet c'hoaz "kambr an ermited". Sonj zo ive eus ar bec'herez vras, Mari Briand, ginidik eus Penvenan, deut er bla 1731, da glask he fardon digant an Itron-Varia. Gwechall, ne oa nep poan ha ne gave louzou en harz treid ar Vamm-ze. Enni vije sonjet dal ma c'hoarveze droug ebet, en eun tiegez; raktal e vije kaset prof ha laket eur c'holaouen diraki. Ar parouziou a-bez a direde da c'houlen he skoazel : parouz Boulvriak a deuas, er bla 1694, d'he fedi da zevel diwarni eur c'hlenved hag a rê gwall-reuz e-touez an dud. Ar pez a oa penn-kôz da gemend-all a fizians eo ar burzudou c'hoarvezet el lec'h santel, hag o devoa kaset ken pell brud ar pelerinaj ma oe eun eskob eus Kemper hag a lakas war hano an Itron-Varia-Vulat unan eus ôteriou e iliz-veur. Pardon Bulat a deuas eta da gât, adalek ar XVIIet kantved, lufr ha pinvidigez ar pelerinajou bras : eur prosesion kaer, eur werc'hez arc'hant, bet binniget gant kalz a lid, eur foar vras, kleier ha n'o devoa ket o far nemet ha re Gwengamp a vije; feunteuniou kempennet gant men-menerez, hini ar Werc'hez hanvet feunteun al lêz, feunteun ar c'hog, feunteuniou ar Seiz Sant, ha war hed tol, tro-dro d'ar bourk, ar pemp «kroaz ar zalud», 'lec'h ma stoue ar belerined da zaludi o Mamm, pa welent beg tour he iliz o steredenni er wabren. Kaeran oa, koulskoude, endro d'ar pelerinaj, a oa skoliou savet da rei deskamant d'ar vugale; dalc'het a oant gant ar beleg a oa en karg eus an iliz. An Dispac'h, ar walen euzus-ze kaset gant an ifern, a reas dismantr bras e-touez kement a vadou. Kleier, dilhad-oferen, tôlennou, listri sakr, kement mad a oa en iliz a oe laeret, nemet ar werc'hez arc'hant, a oe gallet he c'huzan en eun toull en douar. Dizrei a reas d'he iliz, pa deuas ive war e giz ar beleg kalonek an evoa he c'hlenket, an ôtrou Touboulik, kure Pestien. Ar 15 a viz eost 1801, e oa kaer bezan en oferen-bred en iliz Bulat, ar beleg-man, kovezour e fe, oc'h oferennan, dirak skeuden vurzudus an Itron-Varia dizro gantan d'ar gêr, goude bezan bet dek vla dianket. Pardon an Itron-Varia-Vulat a ve d'an eil sul a viz gwengolo. An noz arôk e ve prosesion; goude, ar belerined a chom hed an noz en iliz da govesât, ha da ganan kantikou, ken an oferen gentan. Eur wech grêt o fardon gante, herve giz ar gristenien, e tizroont d'ar gêr, ar c'himiad-man war o muzellou : Gwerc'hez Bulat, Itron-Vari, Harzet pep droug d'hon glac'hari, Reit d'imp bennoz, reit d'imp souten, Miret 'n hon zouez ar fe gristen. (1) Sant Ervan a deuas da bedi er chapel-ze, en eur ober gweladen d'e-vignoned. ôtrone Pestien. Goueliou ar Pantekost Pardon ha pelerinaj an Otro Sant Matilin Monkontour Sant Matilin a oa ganet en Larchant, eur gêr vihan eus ar Bourgogn, tost da Sens, war-dro an trede kantved goude donedigez Hon Zalver. E dad a oa e hano Marin hag e vamm, Euphemia. Tud a noblans a oant ha pinvidik, mes troet a-grenn gant ar falz-doueou. Matilin a oe gonezet abred d'ar fe gristen gant eur misioner hanvet Polykarp; eur wech badezet, e c'honezas ive e gerent. Dal ma oe en oad, e oe roët d'ezan gant Polykarp an urziou sakr. Ar beleg yaouank a stagas da brezek ar fe d'e genvroïz. Ken brudet e teuas da vezan dre e zantelez hag e viraklou, ma oe galvet da Rom, gant an impalaer Maximin, evit parean e verc'h troet he spered. Dorn an diaoul a oa 'barz ar c'hlenved-ze; setu perak. pa 'n em gavas ar zant war al lestr o vont da Rom, e lakas an enebour eur barr-avel da c'houezan ken e krede d'ar vartoloded e oant kollet. Mes ar zant a c'hourc'hemennas d'an avel tevel ha kerkent ar mor a sioulaas. Pa oe digouezet en, Rom, e pareas merc'h an impalaer; chom a reas er gêr zantel da welei an ilizou ha da bedi war veiou an Ebestel hag ar verzerien. Eno e varvas, a-benn tri bla, hag e oe sebeliet gant kalz a enor, dre urz an impalaer. Mes e gorf, goude bezan douaret, a zavas war var e ve; ar burzud-ze a digasas da zonj d'an ofiserien a oa bet o kerc'hat anezan, ne oa deut gante nemet goude prometi d'ezan e vije dizroet e gorf da Larchant, mar teuje da vervel epad e dro. An impalaer a c'hourc'hemennas neuze kas ar zant d'e vro. Eno e oe miret e relegou epad kant vlaveziou, enoret gant eleiz a belerined ne skuizent ket o tont da c'houlen skoazel ar zant, o vezan ne skuize ket, diouz e du, oc'h ober burzudou evite. Pedet a oa, dreist-oll, evit an dud troet o spered, 'vit ar vartoloded hag an dud a vor. Hirie, sant Matilin a zo ankouaet en e vro; gant Breiziz eo digouezet an enor — ne ouier ket en pesort koulz — da viret e hano hag e zevosion. Kistinik, er Morbihan, ha Monkontour, eu eskopti Sant-Brieg, eo kaeran pelerinajou an eus en Breiz. En Monkontour, e bardon a ve grêt d'ar zadorn ha da zul ar Pantekost. Ar zadorn eo de ar belerined, Gwenedourien peurvuian. Eur brezegen vrezonek a ve grêt d'ar zadorn ha d'an noz e ve prosesion bras gant goleier; dre ruiou kêr sklerijennet e ve douget ar relegouer kaer ' zo ennan eun askorn eus tâl ar zant. Eun tantad a ve elumet war grec'hen ar marc'hallac'h, hag epad ma ve o flaminan 'us da gêr, ar veleien hag ar bobl a gân an Te Deum. Devosion Tregeriz en kenver sant Matilin a zo deut da goac'han, eur pennad so; n'eus ket hanter-kant vla c'hoaz, e bardon a oa ken brudet en o zouez ha hini santez Anna-Wened. Ouspen evit an dud foll, sant Matilin zo pedet ive evit al loened, dreist-oll an ejenned, hag evit ma vo eost dru hag ed-du kaer. Enoret eo en Kemper, en Pondaven, en Plemeur, en Beignon, en Laniskat. En eskoptiou Roaôn ha Naoned, zo hano anezan kazi en pep parouz. Sul war-lerc'h an Asansion Pardon ha pelerinaj Itron-Varia-Glerin en parouz Sant-Kleve En parouz Sant-Kleve, ar Werc'hez ha sant Kado o deus eur chapel brudet dre ar vro. Savet er XVIet kantved gant an ôtrou du Bonrblanc, perc'hen maner Klerin, laket en gwerz gant ar Revolusion, prenet ha adprenet, e oe roet erfin da fabrik ar barouz gant an divezan perc'hen. Daou bardon ar bla a ve grêt enni ; ar pardon bihan, de Lun-Fask, n'eo ket gwall darempredet ; kalz muioc'h eo ar pardon-all a ve grêt sul war-lerc'h an Asansion. An de-ze, n'eo ket dibôt gwelet en Klerin pelerined betek eus Kerne. Bezan zo eur c'hlenved, arwez Klerin, hag a ve pareet aman. Dont a rêr ive 'vit ar gouliou hag ar goriou ; ne dremen devez, kouls lavaret, na ve gwelet pelerined endro d'ar chapel, o pedi hag o kemer dour eus hini pe hini eus ar pemp feunteun a zo en he c'hichen hag a ra o hiboud hag o c'han endro d'ezi 'pad ar bla : feunteun ar Werc'hez, feunteun sant Kado, feunteun sant Eler, hini sant Bleaz ha hini sant Anton. Itron-Varia-Glerin, pedet evidomp. Sul an Drinded Itron-Varia-ar-Vur en Montroulez An Itron-Varia-ar-Vur, gant he devosion gwechall ken birvidik, gant he iliz ken brudet, a zo eur skouer eus ar pez a gaer a c'hall ar relijion kroui hag eus an dismantr a deu da heul falz-kreden ha bue digristen. Iliz Itron-Varia-ar-Vur a oe savet en Montroulez, en XIIIet kantved, gant an duk Yan II hag eskibien Treger, Leon, Roaôn, Naoned ha Dol. Eiz beleg a oe laket d'oferennan enni, ha diazezet oe enni Breuriez an Drinded bet krouet, kant vla arôk, gant beskonted Leon. Ne oa ket kaeroc'h iliz er vro, na kaeroc'h tour, nemet hini ar C'hreisker a vije. Grasou niverus a strinke en harz ôteriou an iliz vinniget, ken e oa goloet ar mogeriou gant kant ha kant testeni a anaoudegez vat. Montroulez a oa douget meurbed da enori an Itron-Varia-ar-Vur; an ofisou a vije grêt en he iliz kaeran ma vije gallet, ha kuzulierien kêr a 'n em vode en he forched d'ober o divizou. Allas, an Dispac'h a deuas, gant e vorzoliou dizakr. An iliz, torret ha frailhet kement mad a oa enni, a oe laket war hano an doueez « Raison »; gwerzet a oe, adgwerzet, hag erfin, dispennet men ha men. An tour hepken a chômas 'n e zav, eun drue e welet, 'us d'ar poull 'lec'h ma oa bet an iliz. Mes pan n'evoa ken harp diganti, e teuas da vrallan, hag an 28 a viz meurz 1806, da eun heur goude kreiste, e kouezas gant eun drouz spontus, o flastran dindanan an tier diwar-dro. Eur c'hereour hag e verc'h a oe lazet. Eur bugelig, e-unan er gêr, a 'n em glenkas dindan an dôl, o klevet en e gichen an tarz-kurun-ze; kavet a oe eno beo ha yac'h mat. Hanvet a oe «bugel ar mirakl »; beleg e teuas da vezan ha person en Taule. Skeuden ar Werc'hez a oa bet dastumet en he c'hampr gant eur gemenerez yaouank. Er bla 1834, an ôtrou Keramanac'h, person Montroulez, a reas sevel eur chapelig d'he digemer, 'barz en bered Sant-Vaze. Eno en em gav breman. Montrouleziz a zalc'h start bepred d'o devosion en he c'henver. Er bla 1895, e oe grêt goueliou bras da zigas zonj eus ar c'houec'hvet kantved abaoue ma oa bet savet hec'h iliz. Ar pardon a ve grêt da zul an Drinded, hag en de-ze, ar chapel a ve bepred leun-kouch; ar skeuden a ve digoret hag e ve gwelet en he c'hreiz tri Ferson an Drinded santel, kizellet enni. Itron-Varia-ar-Vur, pedet evidomp Pempzekvet devez a viz Eost Pardon ha pelerinaj Itron-Varia-Kernitron en parouz Lanmeur Breiz-Izel he deus bet breman an enor hag al levenez da lakat eiz gwech ' war benn ar Werc'hez ar gurunen aour a Rouanez : en Gwened, en Rumengol, er Folgoat, en Kemper, en Gwengamp, en Sant-Brieg, en Rostren, ha d'an divezan, en Lanmeur. Pelerinaj Kernitron Lanmeur a zo eus ar c'hosan a zo en Breiz en enor da Vamm Doue. He chapel a oe savet gant menec'h kaset di gant sant Samson, eskob Dol, war-dro kreiz ar VIet kantved. An Normaned he distrujas, tri-c'hant vla goude; adsavet a oe gant menec'h a Urz sant Beneat, war-dro kreiz an daouzekvet kantved. hag ar belerined a ya hirie da Gernitron he gwel c'hoaz en he spes holl, nemet an daou benn bet adgrêt breman zo 500 vla. Abalamour d'ar burzudou grêt ganti en kenver Tregeriz, "burzudou ha n'haller ket niveri", an ôtrou Duparc, eskob Kemper, a deuas, ar 15 a viz eost 1909, da ginnig da Itron-Varia-Kernitron ar gurunen a Rouanez. Parousianiz Lanmeur o devoa ôzet pep tra a-benn an de-ze : o c'halonou : epad an tri devez arôk ar gouel pedennou a oe grêt en iliz; o c'hêr hag o zier, en eur stignan dre-holl drapoiou, glazur, goloiou ha garlantez; ha park ar gurunidigez, eur park a zaou zevez arat, elec'h ma tlee bezan lavaret an oferen ha dastumet ar gristenien. D'ar zadorn da noz, e oe kanet ar gousperou, ha kaset skeuden ar Werc'hez eus he chapel d'an iliz parouz. An ôtrou Duparc a brezegas : « Selaouet, emezan, ar Werc'hez o c'houlen diganec'h, arôk digemer ho kurunen : « Ha c'hoant ho peus e ven ho Rouanez ? » » Ar c'hoant-se ho peus, hep mar, anez ne vec'h ket aman. » Mes selaouet c'hoaz ho Rouanez : « Ma 'z on Gwerc'hez, ez on ive Mamm; ha ne fell ket d'in chom el lec'h n'eman ket ma Mab. » » Dre ze, Tregeriz, ma -fell d'ec'h e chomfe ar Werc'hez en ho touez d'ho pinnigan, e renket eta bezan fidel da Jezuz, he hag ho Salver. » Grêt al le-ze aman dirak he skeuden, ha varc'hoaz, dreist-oll, pa vezo laket ho kurunen war he fenn. » An de war-lerc'h eo an ôtrou Dubourg a gomzas d'ar bobl, en kerz an oferen-bred kanet gant an ôtrou Pichon, arc'heskob Kabasa. O sevel en e zav, e wele dirakan, — kaerât tôlen ! — 7 eskob ha tremen 300 beleg, 17 prosesion hag 20.000 a dud, en o f'enn kannaded ha senedourien ar vro. Komz a reas oute gant e holl galon : « En lec'hiou ha chapeliou a zo, ar Werc'hez eo teneroc'h he c'halon, hag en em blij o skuilh puilhoc'h he gr/sou : aman omp en unan eus al lec'hiou-ze binniget dreist an holl. » Prestik goude bezan savet eun iliz da zant Melar, ho tadou a zavas eun all da Vari. Eman hi aze dirak ho taoulagad. » Mein he leuren a zo uzet gant botou ar c'hristenien eus ar c'hantvejou tremenet, a zeue, alïes eus a bell bras, da ranuan o joa evel o anken gant an Itron-Varia, ha d'en em erbedi outi, war gorf o roched hag o daoulin noaz. Ar gristenien-ze a gare, dreist-oll, devosion an tri lun, ha Gwerc'hez Kernitron a roe d'eze pe ar pare, pe o mennad. » En he chapel gwechall, flaiou niverus a rente testeni eus galloud ha madelez Mari; deut int da vezan relegou, douget breman gant tud kamm, o c'hemeras en esper e rentjent d'eze ive ar c'herzed. » Aze ar vamm glac'haret a deue da bedi evit he bugelig dinerz : ha Mari a grenvae e izili d'an elig. » Den nemet Doue n'hallfe lavaret pegement e oe karet aman; Ilron-Varia-Kernitron : den kennebeut, nemet Doue, n'oufe lavaret pegement a c'hrasou a gouezas dre he daouarn war gristenien an amzer dremenet. » Ha breman, goude ma vezo bet laket eur gurunen d'ei war he fenn, petra raio evidomp ? » Da vrasoc'h merk a enor a-beurz he bugale, e respont brasoc'h merk a garante a-beurz ar vamm. Komprenet dre ze petra vezo en ho kenver Itron-Varia-Kernitron, goude ar gouel-man. » An ôtrou Duparc, en hano an Iliz hag en. hano kristenien Breiz-Izel ha Bro-Dreger, a bozas neuze ar c'hurunennou aour war bennou ar Mab hag ar Vamm, ha moueziou ar bobl a zaludas o Roue hag o. Rouanez gant strakadennou-daouarn. Goude ar gousperou, e oe kaset ar skeuden vinniget war he zrôn d'he chapel, en keit ma kaned d'ezi ar c'himiad-man : Ha pa vo deut ar mare Da vont da gaeroc'h bro, C'houi hon c'huruno neuze Er Baradoz, d'ho tro. Pardon Itron-Varia-Kernitron a zigor bep bla, d'ar 11 a viz eost, d'abarde, dre ar gousperou, ar prosesion-noz hag an tantad. Abaoue lid ar gurunidigez, ar gristenien a deu muioc'h-mui da bedi ha d'enori an Hini a doug evite breman, war an douar evel en nenv, kurunen ar galloud hag ar vadelez. Itron-Varia-Kernitron, pedet evidomp ! 23 ha 24 a viz Even Pardon ha Pelerinaj Sant Yan-ar-Biz Parouz Sant Yan, savet a boue ar Revolusion, a zo bet kresket, kouls lavaret, dre vertu ar biz santel e teuer di da enori. Da gentan, ne oa diouti nemet eun nebeudig tier hag eur chapelig gwestlet da zant Meriadek, eskob Gwened. Biz sant Yan o vezan bet digaset d'ar chapel-ze, eus an Normandi. e oe divizet sevel eun iliz evit digemer anezan hag ar relegouer kaer elec'h ma oa bet laket gant an duk Yan Y. An iliz a oe achuet er bla 1513. An dukez Anna a deuas da bedi enni hag a oe pareet diouz an drouk daoulagad, 'n eur stokan oute biz ar zant. N'eus ket a bardoniou eu Treger kaeroc'h evit hini sant Yan ; darempredet eo gant milierou a belerined a dired, kalz aneze, adalek ar gousperou kentan, da welet ar prosesion hag an tantad ; an tantad-ze a ve c'houezet, lein an tour, gant eun aerouant o tisken a-hed eur gorden. En Sant-Yan eo difennet an dansou, da ze ar pardon, dre zoujans evit ar zant bet dibennet war c'houlen eun danserez. Eur wech, eun hostiz a gredas terri al lezen ha lakat ebatou en e di. An nozvez war-lerc'h, e oe pulluc'het gant an tân-gwall, kement mad an evoa. Otrou sant Yan-Vadezour, pedet evidomp. Miz C'houevrer Pardon ha pelerinaj Itron-Varia-Perros-Hamon en parouz Pleraneg Tud an Arvor, martoloded kalz aneze, a blij d'eze kaout, demdost d'ar mor, chapeliou gwestlet d'ar Werc'hez. evit ma santfont 'vel o paran warne, en kreiz o beajou risklus, daoulagad o Mamm vadelezus. En Plaeraneg 'zo unan eus ar chapeliou-ze 'boue pell zo darempredel gant ar vartoloded hag o c'herent, chapel Ilron-Varia-Perros-Hamon. Aboue ne rêr ken en Pempoul pardon an Islandeed, eo da Berros-IIamon e teu, ar muian, ar verdidi da gas o frof hag o fedennou. Eno en em dastumont, diou wech ar bla, diarc'hen hag en korf o roched, da Veurz-Fask, hag an de ma ve klozet ar retred-pask, laket abalamour, d'eze da viz c'houevrer. Eus Pempoul, PIounez, Plouek, Keriti, e ve tud, en de-ze, en Pleraneg. 'Benn koulz ar gousperou, ar prosesion a ya eus ar bourk da Berros, gant e groaziou hag e vannielou kaeran; an enor-ze, mar eo dleet d'ar Werc'hez, a zo ive Vit ar vartoloded a deu en de-ze da 'n em westlan d'ezi ha da c'houlen he skoazel, pa devo kuitaet o zud, ha pa n'o devo ken, en kreiz riskl ar mor bras, rikour ebet nemeti. Goude ar gousperou, ar prosesion, gant ar Werc'hez douget war diouskoa ar vartoloded, a bign, a-dreuz d'al lanneier, betek ar grec'hen uhelan, eus a lec'h ma weler, du-hont er pellder, ar mor hag an oabl o tont da 'n em bokat. Eno ve azezet ar Werc'hez war eun trôn, ha neuze, ar bobl bodet war-dro, a zav trezek d'ezi e vouez klemmus hag a asped anezi, en e gantikou, da ziwall ar martolod kêz ken dister dirak ar mor bras, da viret an tad d'e vugale, ar pried d'e bried, ar mab d'e vamm ..... « C'houi, emeze, eo Stereden ar mor; ganec'h, evel gant ho Mab Jezuz, eman ar galloud a drec'h war an avel ha war ar gwagennou diroll ! O Mamm ar Vretoned, ha dreist-oll hon Mamm-ni, evesaet ac'hanomp c'hoaz, epad ar veaj poanius, hirr ha risklus ec'h eomp d'ober evit gonit hon bara pemdeiek ha hini hon c'herent chômet er gêr ! » An Itron - Varia a ve teneraet gant pedennou ken birvidik; diouz he c'halon e strink eur bennoz war he bugale ha war ar mor gourdrouzus e renkont fiziout ennan o bue ha bue o zud. Ma zo hini pe hini eus ar besketaerien hag eo laket e varo d'ezan du-ze, en kreiz mor tenval an Island, Hi a roio d'ezan gras eur maro mat, ha p'an arruo ar c'helou trist er gêr, pa deuio ar vamm hag ar vugale emzivad da ouelan en harz he zreid, hi, gant eun dorn flour, a zec'ho o daerou hag a lako c'hoaz frealzidigez hag esperans en o c'halonou rannet. Pa ver dizro d'ar chapel, eur beleg a bign er gador hag a zispleg dirak ar belerined, gant komzou frêz ha birvidik, ar pez a zant pep-hini en don e galon. Neuze daerou puilh a red, bop ma tispak ar prezeger dirak an daoulagad an dôlen, trist a-wechou, hag alïes burzudus, eus ar pez a dremen etre ar mor traitour, ar pesketaer paour hag ar Werc'hez, e Vamm galloudus. Achu ar brezegen, an dud hag o devoa renket, al loden vras aneze chom er vered, a deu da lavaret c'hoaz eur c'himiad divezan d'o Mamm. Daoust pegen pell e vefont gwentet diouti ha diouz ar gêr, en o c'halonou e chomo beo da viken ar fizians hag ar garante en kenver an Hini a evêsa o bagiou war vor ar bed-man, hag ar stur en he dorn, a ren aneze da borz ar baradoz. Itron-Varia-Perros-Hamon, pedet evit ho martoloded. Y.V Ar "Saint-François-d'Assise" Abaoue eun nebeut blaveziou, o welet stad poanius ar vartoloded ac'h ê da besketa d'an Douar Neve pe d'an Island, eur vreuriez hanvet : «Société des Œuvres de Mer», he deus sterniet daou lestr da gas sikour d'eze pa o deve ezom. Mont ha dont, a reont hep ehan war al lec'hiou pesketa, evit bizitan al listri-all. Kemer a reont an dud klanv diwarne, pe e roont d'eze louzou da barean buhanik. Rei a reomp aman skeuden unan eus al listri sikour, ar « Saint-François-d'Assise ». Eur c'haer a hini eo hennez. Kerzet a ra dre dan ha dre lien, hag an diabarz anezan a zo urzet dispar evit digemer ar glanvourien 'vel ebarz eun hospital. Renet eo ar «Saint-François» gant eur Breton, ar c'hommandant Maheas, eus Montroulez, a zo, herve laret, eur martolod eus ar c'hentan. Eun darn mat eus an akipaj a zo ive Bretoned. Evit diskouez ar vad a ra al listri-ze : Etro pevar devez, an «Notre-Dame-de-la-Mer», an eil lestr, en deus bizitet 103 bag pesketa; medesin ar bourz en deus tôlet evez ouz 18 klanvour ha roët digemer da 2; digaset a zo bet 3 den pareet d'o bag; roët 242 lizer ha kemeret 104 da lakat d'ar post. Pedennou diouz ar mintin ha diouz an noz En hano an Tad hag ar Mab, hag ar Spered-Santel. Evelse bezet grêt AKT A FE WAR BREZANS DOUE Ma Doue, rne gred fermamant Penôs ez oc'h aman prezant; Rak-se, gant gwir humilite, Me rent homaj d'ho majeste. AKT A ADORASION M'hoc'h ador, Doue, ma C'hrouer; M'hoc'h ador, Jezuz, ma Zalver; C'houi eo ma mestr ha ma roue, Ha d'ec'h on tout, korf hag ine. AKT A DRUGARE M'ho trugareka, ma Otro, Dimeus hoc'h holl madelezo; D'am bean krouet ha prenet, Hag en hoc'h Iliz resevet; D'am bean henoaz (1) konservet, Ha diouz pep danjer diwallet. (1) Da noz leret hirie. AKT A OFRANS Kement a rin hag a lirin. A zonjiu hag a andurin, A ofran oll da c'hloar Doue Drezoc'h, Mari, Mamm a drue. EKSAMEN A GONSIANS Ma lezuz, reit d'in sklerijen Evit ober ma eksamen, Hag eur gontrision barfet A gement pec'hed am eus grêt. Greomp eur zell war hon c'honsians. AKT A GONTRISION Ma Doue, me zo glac'haret D'ho pean kement ofanset, Abalamour d'ho madelez, D'ho majeste, d'ho santelez. REZOLUSION Me a bromet en em viret. Gant gras Doue, eus pep pec'het. Ispisial eus ar re On ar muian kustum d'e. AKT A C'HOULENN Sellet ouzin, ô ma Jezuz. Ha reit d'in eur c'hras presius, Ar c'hras d'ho serviji fldel Ha d'ho karet betek mervel. PEDEN D'AR WERC'HEZ Gwerc'hez, ma Mamm garantezus, Ma rekommandet da Jezuz; Gwerc'hez, ma Mam ha ma Itron, Me rekommand d'ec'h ma c'halon. PEDEN D'AN EL-MAD Ma El-mad, mesajer Doue, Miret ma c'horf ha ma ene; Ma miret eus an Drouk-Spered, Ha dreist pep tra eus ar pec'hed. PEDEN D'AN HOLL ZENT Me ho ped, Sent ha Sentezed, Da vean ma avokaded : Obtenet d'in, digant Jezuz, Eur maro mad hag evuruz. *********** PATER noster, qui es in cœlis, sanctificetur nomen tuum, adveniat regnum tuum, fiat voluntas tua sicut in cœlo et in terra. Panem nostrum quotidianum da nobis hodie; et dimitte nobis debita nostra, sicut et nos dimittimus debitoribus nostris; et ne nos inducas in tentationem; sed libera nos a malo. Amen. HON Tad pehini zo en nenv, ho hano bezet santiflet, ho rouantelez deuet d'imp, ho polonte bezet grêt war an douar evel en nenv. Reit d'imp hirie bon bara pemdeiek. Pardonet d'imp hon ofansou, evel ma pardonomp d'ar re o deus bon ofanset. Na bermetet ket e kouezfernp en dentatasion; mes hon delivret a bep droug. Evelse bezet grêt. *********** AVE, Maria, gratiâ plena, Dominus tecum; benedicta tu in mulieribus, et benedictus fructus ventris tui Jesus. Sancta Maria, Mater Dei, ora pro nobis, peccatoribus, nunc et in horâ mortis nostrae. Amen. ME ho salud, Mari, leun a c'hras, an Otrou Doue zo ganec'h; binniget oc'h dreist an holl gwrage, ha binniget ar freuz dimeus ho korf, Jezuz. Santez Mari, Mamm da Zoue, pedet evidomp, pec'herien, breman hag en heur hon maro. Evelse bezet grêt. *********** CREDO in Deum Patrem omnipotentem, Creatorem cœli e terrae et in Jesum-Christum, Filium ejus unicum, Dominum nostrum, qui conceptus est de Spiritu Sancto, natus ex Maria virgine, passas sub Pontio-Pilato, crucifixus, mortuus et sepultus; descendit ad inferos, tertià die resurrexit a mortuis, ascendit ad cœlos, sedet ad dexteram Dei Patris omnipotentis : inde venturus est judicare vivos et mortuos. Credo in Spiritum sanctum, Sanctam Ecclesiam catholicam, Sanctorum communionem, remissionem peccatorum, carnis resurrectionem, vitam seternam. Amen. ME gred en Doue an Tad oll-c'halloudek, Krouer an nenv hag an douar; hag en Jezuz-Krist, e Vab unik, hon Otrou; a zo bet konsevet dre c'hras ar Spered-Santel, ganet gant ar Werc'hez Vari; en deus anduret dindan Pons-Pilat, a zo bet krusifiet, maro hag interet; a zo bet diskennet d'an ifernio, a zo resusitet, an drede de, a varo da veo; a zo pignet en nenvo hag azeet en tu deo da Zoue, an Tad oll-c'halloudek : ac'hane e teui da varn ar re veo hag ar re varo. Me gred er Spered-Santel; en Iliz santel, katolik, komunion ar Zent, remision ar pec'hejo; rezurreksion ar c'horfo; ar vue eternel, Evelse bezet gret. *********** CONFITEOR Deo omnipotenti beatae Mariae semper Virgini beato Michaëli Archangelo beato Joannni-Baptistae sanctis apostolis Petro et Paulo omnibus Sanctis quia peccavi nimis cogitatione, verbo, opere : Mea culpa, mea culpa, mea maxima culpa. Ideo, precor beatam Mariam semper Virginem beatum Michaëlem Archangelum, beatum Joannem-Baptistam, Sanctos apostolos Petrum et Paulum, omnes Sanctos, orare pro me ad Dominum Deum nostrum. Amen ME govez ouz Doue oll-c'halloudek, ouz ar Werc'hez glorius Vari, bepred Gwerc'hez, ouz an Otro sant Mikêl, Arc'hel, ouz an Otro sant Yan-Vadeour, ouz an Ebestel sant Per ha sant Pol. ouz an holl Sent ha Sentezed, abalamour am eus pec'het bras, dre sonj, dre gomz, dre euvr ha dre omision : dre ma fot, dre ma fot, dre ma brasan fot. Rak-se e pedan ar Werc'hez glorius Vari, bepred Gwerc'hez, an Otro sant Mikel Arc'hel, an Otro sant Yan-Vadezour, an Ebestel sant Per ha sant Pol, an holl Sent ha Sentezed, da bidi Doue evidon. Evelse bezet gret. Gourc'hemennou Doue 1. EUN Doue hepken 'adori, Ha dreist pep tra oll a gari. 2. Doue en ven na doui ket, Na netra oll dimeus ar bed. 3. Ar zulio zantel a viri, Evit Doue ma serviji; 4. Da dad, da vamm a enori, Evit pell amzer ma vevi. 5. Muntrer na vi en nep feson, Nag a efet, nag a galon. 6. Diwall ouz al lubrisite, Hag a gorf, hag a volonte. 7. Domaj ebed da zen na ri; Ha, mar teus grêt. hast repari, 8. Gevier, na nep fals testeni, Mil birviken na liviri. 9. Na c'hoanta dre luksur pec'hi, Nag en sonj vil na 'n em bliji, 10. Mado re-all na zezir ket, O c'hemeret hep lealded. Gourc'hemennou an Iliz 1. KLEO devotamant penn-da-benn. Bep sul, bep gouel, an oferen. 2. Santiflan ri ar gouelio War o hed, evel ar zulio. 3. Kovez da bec'hejou hep mez, Da vihanan bep bla eur wech. 4. Korf da Zalver a resevi En amzer Bask, hep differi. 5. Yun a ri an daouzek deio, Ar c'hoaraïz hag ar vijilo. 6. Da wener kig ne zibri ket, Nag ive da zadorn nep pred. Litaniou Jezuz KYRIE, eleison. Christe, eleïson. Kyrie, eleïson. Jesu, audi nos Jesu, exaudi nos. Pater de cœlis, Deus, miserere nobis. Fili, Redemptor mundi, Deus, Spiritus Sancte, Deus. Sancta Trinitas, unus Deus, Jesu, Fili Dei vivi, Jesu, splendor Patris, Jesu, candor lucis aeternae, Jesu, rex gloriae, Jesu, sol justitiae, Jesu, Fili Mariae Virginis, Jesu, amabilis, Jesu, admirabilis, Jesu, Deus fortis, Jesu, pater futuri seculi, Jesu, magni consilii Angele, Jesu, potentissime, Jesu, patientissime, Jesu, obedientissime, Jesu, mitis et humilis corde, Jesu, amator castitatis, Jesu, amator noster, Jesu, Deus pacis, Jesu, auctor vitae, Jesu, exemplar virtutum, Jesu, zelator animarum, Jesu, Deus noster, Jesu, refugium nostrum, Jesu, pater pauperum, Jesu, theésaurus fidelium, Jesu, bone pastor, Jesu, lux vera, Jesu, sapientia aeterna, Jesu, bonitas infinita, Jesu, via et vita nostra, Jesu, gaudium Angelorum, Jesu, rex patriarcharum, Jesu, magister apostplorum, Jesu, doctor evangelislarum, Jesu, fortitudo martyrum, Jesu, lumen confessorum, Jesu, puritas virginum, Jesu, corona sanctorum omnium, Propitius esto, parce nobis, Domine, Ab omni malo, libera nos, Jesu, Ab omni peccalo, Ab ira tua, Ab insidiis diaboli, A spiritu fornicationis, A morte perpétua, A neglectu inspirationum tuarum, Per mysterium sanctae incarnationis tuae. Per nativitatem tuam, Per infantiam tuam, Per divinissimam vitam tuam, Per labores tuos, Per agoniam et passionem tuam, Per crucem et derelictionem tuam, Per languores tuos, Per mortem et sepulturam tuam, Per resurrectionem tuarn, Per ascensionem tuam, Per Sanctissimae Eucharistiae institutionem tuam, Per gaudia tua, Per gloriam tuam, Agnus Dei, qui tollis peccata mundi, parce nobis, Jesu, Agnus Dei, qui tollis peccata mundi, exaudi nos Jesu, Agnus Dei, qui tollis peccata mundi, miserere nobis Jesu, Jesu, audi nos, Jesu, exaudi nos. Oremus DOMINE, Jesu-Christe, qui dixisti : petite et accipietis, quaerite et invenietis, pulsate et aperietur vobis ; quazsumus, da nobis petentibus divinissimi tui amoris affectum, ut te toto corde, ore et opere diligamus et à tua nunquam laude cessemus. SANCTI nominis tui, Domine, timorem pariter et amorem fac nos habere perpetuum, qui nunquam tua gubernatione destituis quos in soliditate tuae dilectionis instituis. Qui vivis et regnas in saecula saeculorum. Amen. (300 devez a induljans eur wech bemde). Litaniou ar Werc'hez Kyrie, eleïson. Christe, eleïson. Kyrie, eleïson. Christe, audi nos Christe exaudi nos. Pater de coelis, Deus, miserere nobis. Fili, Redemptor mundi, Deus, miserere nobis. Spiritus Sancte, Deus, miserere nobis. Sancta Trinitas, unus Deus, miserere nobis. Sancta Maria, ora pro nobis. Sancta Dei Genitrix, ancta Virgo Virginum, Mater Christi, Mater Divinae gratiae, Mater purissima, Mater castissima, Mater inviolata, Mater intemerata, Mater amabilis, Mater admirabilis, Mater boni consilii, Mater Creatoris, Mater Salvatoris, Virgo prudentissima, Virgo veneranda, Virgo praedicanda, Virgo potens, Virgo clemens, Virgo fidelis, Speculum justitiae, Sedes sapientiae, Causa nostrae laetitiae, Vas spirituate, Vas honorabile, Vas insigne devotionis, Rosa mystica, Turris Davidica, Turris eburnea, Domus aurea, Foederis arca, Janua coeli, Stella matutina, Salus infirmorum, Refugium peccatorum, Consolatrix afflictorum, Auxilium Christianorum, Regina Angelorum, Regina Patriarcharum, Regina Prophetarum, Regina Apostolorum, Regina Martyrum, Regina Confessorum, Regina Virginum, Regina Sanctorum omnium, Regina sin labe originali concepta, ora pro nobis. Regina Sacratissimi Rosarii, ora pro nobis. Agnus Dei, qui tollis peccata mundi, parce nobis, Domine. Agnus Dei, qui tollis peccata mundi, exaudi nos, Domine. Agnus Dei, qui tollis peccata mundi miserere nobis. Christe, audi nos. Christe, exaudi nos. V Ora pro nobis, sancta Dei Genitrix. R Ut digni efficiamur promisionibus Christi. Oremus GRATIAM tuam, quaesumus, Domine, mentibus nostris infunde ; ut qui, Angelo nuntiante, Christi filii tui incarnationem cognovimus, per passionem ejus et crucem ad resurecctionis gloriam perducamur. Per eumdem Christum Dominum nostrum. Amen. Peden evit an Anaon De profundis clamavi ad te, Domine ; Domine, exaudi vocem meam. Fiant aures tuoe intendentes, in vocem deprecationis meae. Si iniquitates observaveris, Domine, Domine, quis sustinebit ? Quia apud te propitiatio est, et propter legem tuam sustinui te, Domine. Sustinuit anima mea in verbo ejus, speravit anima mea in Domino. A clustodia matutina usque ad noctem, speret Israël in Domino. Quia apud Dominum misericordia, et copiosa apud eum redemptio. Et ipse redimet Israël ex omnibus iniquitatibus ejus. Requieme aeternam dona eis, Domine. Et lux pepetua luceat eis. Requiescant in pace. Amen Oremus FIDELITUM Deus omnium conditor et redemptor, animabus famulorum famularumque tuarm remissionem cunctorum tribue peccatorum, ut indulgentiam quam semper optaverunt, piis supplicationibus consequantur. Qui vivis etc. AKTOU EVIT GONID AN INDULJANSOU AKT A FE ME a gred ferra, ô ma Doue, An lioll artiklou eus ar fe; Rak c'houi hoc'h eus o revelet Hag a zo gwirion pa gomzet; Hag an Iliz a bropoz d'in An artiklou-ze da gredi. AKT A ESPERANS MA Doue, ma holl esperanz, Ennoc'h eman ma holl fianz, Me esper digant ho madelez Gras d'ober ma zilvidigez, Dre zikour Jezuz, ma Otrou. Mar miran ho kourc'hemennou. AKT A GARANTE DOUE leun a berfeksion. Me ho kar a greiz ma c'halon, Abalamour ma veritet. Dreist pep tra oll, bean karet; Ma nesan a garan ive, Abalamour d'ec'h, ma Doue. An Anjelus ANGELUS Domini nuntiavit Mariae : Et concepit de Spiritu-Sancto. Ave, Mariz, etc. Ecce ancilla Domini : Fiat mihi secundum verbum tuum. Ave, Maria, etc. Et Verbum caro factum est : Et, habitavit in nobis. Ave, Maria, etc. v. Ora pro nobis, sancta Dei genitrix. r. Ut digni efficiamur promissionibus Christi. OREMUS GRATIAM tuam, quaesumus, Domine, mentibus nostris infunde. ut qui. Angelo nuntiante, Christi Filii tui Incaniationem cognovimius, per passionem ejus et crucern, ad resurrectionis gloriam perducamur. Per eumdem Christum Dominum nostrum. Amen. Eun Arc'hel, abeurz an Otrou, A ziskennas eus an Nenvou, (bis) D'annons da Vari oa choazt Evit Mamm da Zalver ar bed. (bis). Ave, Maria, etc. Mari a respontas neuze : « Servijerez on da Zoue; Bezet grèt eta em andret Herve m'oc'h eus d'in lavaret. » Ave, Maria, etc. Neuze ' konsevas eur bugel, Dre vertu ar Spered-Santel, Hag ar Verb, en em inkarnet, E-touez an dud en deus bevet. Ave Maria... Pedet. Mamm zantel da Zoue, Evidomp holl e Vajeste. Ma veritfomp holl ar grasou A bromet Jezuz, hon Otrou. Gloria Patri, etc. Sicut erat, etc. Eur Bâter hag eun Ave evit hon Tad santel ar Pab hag evit an Otrou 'n Eskob 1. MARIA, mater gratiae, Dulcis parens clementiae, Tu nos ab hoste protege Et mortis horâ suscipe. 2. Jesu, tibi sit gloria, Qui natus es de Virgine, Cum Patre et almo Spiritu, In sempiterna secula. Amen. An Anjelus e c'hîz-all : Ni ho o salud gant karante, Rouanez ar Zent hag an Ele; C'houi a zo binniget, O pia, Hag a c'hraso karget, Ave Maria ! Ra vezo binniget Jezuz, Ar frouez eus ho korf evurus ! Kanomp gant an Ele, O pia, E veulodi bemde, Ave Maria ! Ni ho ped, Mari, Gwerc'hez c'hlan, Pa vefomp war hon zremenvan, Da c'houlen gant Jezuz, O pia, D'imp eur maro euruz, Ave Maria ! 1. Mari, Gwerc'hez galloudus, Mamrn douz ha mamm dener, C'houi zo bepred truezus En kenver ar pec'her, Pelleit ouzimp enebour hon ineo; Dreist pep tra deut d'hon zikour War hon maro ! 2. Enor d'ec'h, salver ar bed, Gloar d'ec'h ha meulodi, C'houi pehini zo ganet Gant ar Werchez Vari. Gloar d'an Tad, gloar d'ec'h ive, Spered-Santel : D'an tri ferson en Doue, Gloar eternel ! Meulet, karet ha trugarekaet a vo Jezuz eu nenv hag en Sakramant adorabl an Oter. Da james ! (Da laret ter gwech). Ma Jezuz, miserikord ! (100 derez a induljans). Kalon dous a Vari, bezet ma zilvidigez (300 d.) Hon Ele mat, pedet evidomp. Sant Jozef, pedet evidomp. En hano an Tad, hag ar Mab, hag ar Spered-Santel. Evelse bezet grêt. TOLEN AR GOUELIOU a zo hano el levr-man A Agatha, 5 c'houevrer 104 Agnes, 21 genver 65 Alar, 2 kerdu 837 Albin, 1 meurz 164 Alphons Ligori, 11 eost 569 Alphons Rodriguez, 30 here 747 Ambroaz, 7 kerdu 848 Amede, 30 meurz 236 Anaklet, 13 gouere 504 Andre, abostol, 30 du 829 Andre Avellino, 10 du 779 Andre Korsini, 4 c'houevrer 101 Anjela Foligno, 4 genver 21 Anjela Merisi, 31 mae 404 Anna, 26 gouere 530 Anselm, 21 ebrel 297 Anton a Badou, 13 mezeven 434 Antonin, 10 mae 346 Anton-Mari Zaccaria, 5 gouere 484 Anton Neyrol, 10 ebrel 267 Apolliner, 23 gouere 525 Arzel, 16 eost 582 Athanas, 2 mae 326 Augustin a Gantorbery, 28 mae 395 Augustin (eskob Hippon), 28 eost 604 B Barba, 4 kerdu 844 Barnabas, 11 mezeven 430 Bazil, 14 mezeven 437 Beneat (abad en Bro-Zôz), 12 genver 42 Beneat (Tad ar venec'h eus ar vroiou ar c'huz-heol), 21 meurz 215 Beneat-Josef Labre, 16 ebrel 281 Benviou, ar Basion, 28 c'houevrer 160 Berc'hed abadez, 1 c'houevrer 94 Berc'hed intanvez, 8 here 695 Bernard, 20 eost 589 Bernardin a Zienn, 20 mae 374 Berthele, 24 eost 597 Beuzek (abad) ha Beuzek (eskob), 9 kerdu 854 Bonavantur (eskob ha kardinal), 14 gouere 505 Bonavantur Potenza, 26 here 738 Bonifas, 5 mezeven 418 Briak, 18 kerdu 874 Brieg, 13 mae 353 Bruno, 6 here 689 Brendan pe Brevalar, 16 mae 365 C Charlez Bleiz, 7 here 691 Charlez Borrome, 4 du 763 D Damaz, 11 kerdu 858 Daou-ugent (an) kurunet merzeriet en Sebast, 10 meurz 188 Dedi iliz Hon Zlaver, 9 du 777 Denez, 9 here 698 Deuetmat Bojani, 29 here 745 Divi, 10 gouere 498 Dominik, 4 eost 551 Donasian ha Rogasian, 23 mae 381 E Edouard, 13 here 707 Eizved Ginivelez Hon Zalver, 1 genver 15 Ele mat (an), 2 here 6779 Elflez, 23 mezeven 459 Elisabeth (intanvez), 19 du 803 Elisabeth, rouanez ar Portugal, 8 gouere 492 Erwan, 19 mae 371 Eucher, 20 c'houevrer 141 Eustas, 29 meurz 234 Euzeb, 15 kerdu 867 F Familh Zantel (ar), 30 genver 87 Felix a Gantalis, 21 mae 377 Felix de Valoa, 20 du 806 Fiakr, 3 gwengolo 618 Flavia Domitilla, 12 mae 351 Fransez Asiz, 4 here 684 Fransez a Bola, 2 ebrel 246 Fransez a Girolamo, 11 mae 348 Fransez a Zal, 29 genver 84 Fransez Borgia, 10 here 699 Fransez Karaksiolo, 4 mezeven 416 Fransez Xavier, 3 kerdu 840 Franseza, 9 meurz 186 Franseza Amboaz, 5 du 765 G Gabriel, Arc'hêl, 18 meurz 209 Gaëtan, 7 eost 557 Gien, kloc'her, 12 gwengolo 637 Gwad presius (ar), 16 meurz 204 Gouel an Anaon, 2 du 757 Gouel an Holl Zent, 1 du 753 Gouel an Innosanted santel, 28 kerdu 898 Gouel ar C'helou mat, 25 meurz 225 Goue ar Groaz gonezet, 14 gwengolo 641 Gouel ar Groaz kavet, 3 mae 329 Gouel ar Relegou santel, 8 du 774 Gouel ar Rouane, 6 genver 28 Gouel ar Spered-Santel, 8 mezeven 424 Gouel hano santel Mari, 15 gwengolo 643 Gouel Nedeleg, 25 kerdu 891 Gouenou, 25 here 736 Gouliou sant Fransez, 17 gwengolo 647 Goulven, 9 gouere 493 Gregor, pab, 13 meurz 198 Grergor VII, 25 mae 387 Gregor a Nazianz, 9 mae 344 Gudula, 8 genver 32 Gurthiern, 3 gouere 481 Gweltas, 6 c'houevrer 107 Gwenaël, 3 du 760 Gwennole, 3 meurz 169 Gwerok, 17 c'houevrer 134 Gwilherm, 10 genver 37 Gwilherm, 30 gouere 538 H Hedwij, 22 here 729 Henoret, 9 genver 34 Herbot, 18 mezeven 449 Herman-Jozef, 9 ebrel 265 Herri, 15 gouere 507 Herve, 17 mezeven 444 Hiler, 14 genver 46 Hostiou santel Faverney, 7 mezeven 422 Houardon, 29 du 828 Hug, 1 ebrel 243 Hyjin, 11 genver 39 Hyasent, 17 eost 584 I Ida, 12 ebrel 272 Ignas, eskob ha merzer, 1 c'houevrer 96 Ignas Loyola, 31 gouere 540 Iltud, 6 du 769 Itron-Varia (an), (he C'honsepsion dinam), 8 kerdu 851 Itron-Varia (an) he dimezi, 23 genver 70 Itron-Varia (an) kaset d'an Templ, 21 du 810 Itron-Varia (an) o vont da welet he c'hinitervez Elisabeth, 2 gouere 480 Itron-Varia (an) o vont d'an Templ, 2 c'houevrer 97 Itron-Varia (an) skoazel ar gristenien, 24 mae 384 Itron-Varia-Drugare, 24 gwengolo 661 Itron-Varia an Erc'h, 5 eost 554 Itron-Varia ar C'huzul mat, 26 ebrel 308 Itron-Varia ar Folgoat, 8 gwengolo 626 Itron-Variaar Miraklou, 8 c'houevrer 112 Itron-Varia ar Rozêra, 1 here 675 Itron-Varia ar Salet, 19 gwengolo 651 Itron-Varia Hanter-Eost, 15 eost 580 Itron-Varia Loretta, 10 kerdu 856 Itron-Varia Lourd, 11 c'houevrer 119 Itron-Varia Mene-Karmel, 16 gouere 509 Itron-Varia Pontmain, 17 genver 54 Itron-Varia Rumengol, 20 mezeven 452 Itron-Varia Wir-Zikour, 1 gouere 477 Irene, 27 mezeven 467 Isidor, eskob Sevill, 4 ebrel 252 Isidor, patron al labourerien-douar, 30 mae 402 J Jakez, abostol, 25 gouere 528 Jakez de la Marca, 28 du 825 Jann d'Arc, 8 mae 340 Janned de Valois, 12 c'houevrer 122 Janned-Franseza de Chantal, 21 eost 592 Janvier, 20 gwengolo 654 Jaoua, 2 meurz 166 Jenovefa, 3 c'houevrer 99 Jerard Majella, 16 here 714 Jermana Cousin, 15 mezeven 439 Jermen, 9 eost 562 Jerom, 30 gwengolo 671 Jezus-Krist hon Dasprener, 23 here 731 Jezus-Kristen lez-varniou Jeruzalem, 18 ebrel 287 Jezus-Krist en liorz Jetsemani, 17 ebrel 285 Jezus-Krist lazet gant an dud war Mene-Kalvar, 19 ebrel 292 Jezus-Krist o pignal en nenv, 29 mae 399 Jezus-Krist o sevel eus ar varo da veo, 20 ebrel 295 Jezus-Krist war Mene Thanor, 6 eost 556 Jili, 1 gwengolo 614 Jorj, 23 ebrel 302 Jorand, 28 mae 398 Josaphat Koncewitch, 14 du 789 Jozef, tad mager Hon Zalver Jezuz-Krist, 19 meurz 211 Jozef Calasanz, 27 eost 602 Jozef Kopertino, 18 gwengolo 649 Jozef Oriol, 23 meurz 221 Jourdan ar Sax, 15 c'houevrer 129 Judikaël, 17 kerdu 871 Judok, 11 gouere 501 Jul, 27 mae 392 Julian, 28 genver 82 Juliana, 7 ebrel 261 Juliana Falkonieri, 19 mezeven 450 Justin, 14 ebrel 276 K Kador sant Per, en Antioch, 22 c'houevrer 146 Kador sant Per, en Rom, 18 genver 57 Kado, 1 du 755 Kallist, 14 here 709 Kamilh Lellis, 18 gouere 513 Kanut, 19 genver 60 Kasimir, 4 Meurz 172 Katel a Zienn, 30 ebrel 318 Katel Fieschi, 13 gwengolo 639 Kentin, 31 here 749 Klaoda, 6 mezeven 420 Klara, gwerc'hez, 12 eost 573 Klara Montefalko, 18 eost 586 Klemant, 23 du 814 Kleophas, 25 gwengolo 662 Klotild, 3 mezeven 114 Koletta, 11 meurz 191 Kolomban, 21 du 808 Kom ha Damian, 27 Gwengolo 666 Koneri, 3 ebrel 249 Konrad, 19 c'houevrer 139 Konvoion, 5 genver 24 Korantin, 12 kerdu 861 Kornelli, 16 Gwengolo 647 Koulm, 9 mezeven 426 Krispino, 22 mae 379 L Laer deou (al), 24 ebrel 304 Laurans, avieler, 10 eost 566 Laurans Justinian, 5 gwengolo 621 Leandr, 27 c'houevrer 158 Leanezed Kompiegn, 17 gouere 511 Leon ar Bras, 11 ebrel 269 Leon II, 28 mezeven 469 Leonard a Borz-Mauris, 26 du 820 Lidwina, 13 ebrel 274 Lin, 23 gwengolo 661 Loeiz, eskob Toulous, 19 eost 588 Loeiz, roue Frans, 25 eost 599 Loeiz Bertrand, 9 here 697 Loeiz Gonzag, 21 mezeven 454 Loeiz-Mari Grignion, 8 ebrel 263 Lonjin, 15 meurz 203 Ludjer, 26 meurz 228 Lukas, 18 here 719 Lusia, 13 kerdu 862 Lusian, 7 genver 30 M Mac'harit, merzerez, 20 gouere 517 Mac'harit, patronez Bro-Skos, 10 mezeven 428 Mac'harit a Gorton, 26 c'houevrer 156 Mac'harit-Mari, 17 here 717 Magloar, 27 here 740 Maker, 3 genver 19 Malo, 15 du 792 Mari kaset d'an Templ, 11 du 810 Mari an Ele, 16 kerdu 869 Mari-Madalen, 22 gouere 521 Mari Mancini, 22 kerdu 885 Mark, 25 ebrel 306 Marsel, 16 genver 52 Martha, 29 gouere 536 Mathias, 24 c'houevrer 151 Martin, eskob, 11 du 782 Martin, pab, 12 du 785 Mathild, 14 meurz 201 Mauris, abad, 5 here 688 Mauris, ofiser, 22 gwengolo 659 Maze, 21 gwengolo 656 Melani, 16 du 795 Melar, 3 here 681 Merzerien Nikomedi, 23 kerdu 887 Medalen mirakulus, 27 du 823 Mewen, 21 mezeven 456 Mikêl arc'hêl, 29 gwengolo 689 Milio, 27 here 742 Modez, 18 du 801 Monika, 4 mae 331 N Naontek merzer Gorkom, 6 gouere 486 Nikandr ha Marsian, 18 mezeven 447 Nikolas, eskob Myr, 6 kerdu 847 Nikolas de Flüe, 31 meurz 238 Nikolas Tolentino, 10 gwengolo 633 Nil, 26 gwengolo 664 O Odilon, 2 genver 17 Onesim, 16 c'houevrer 132 Oneziphor, 6 gwengolo 623 P Pakom, 14 mae 358 Pardon bras Asiz, 2 eost 546 Paskal Baylon, 17 mae 366 Patern, 16 ebrel 284 Patrik, 17 meurz 207 Paulin, 22 mezeven 457 Pepin Landen, 21 c'houevrer 143 Per Alkantra, 19 here 721 Per a Veron, 29 ebrel 316 Per Canisius, 20 kerdu 879 Per Damian, 23 c'houevrer 148 Per an Ereou, 1 eost 544 Per Fourier, 7 gouere 489 Per Gonzalez, 15 ebrel 279 Per ha Pôl, ebestel, 29 mezeven 470 Per Klaver, 9 gwengolo 631 Per Krizolog, 4 kerdu 842 Per-Mari-Loeiz Chanel, 17 du 797 Per Nolask, 31 genver 90 Perpetua ha Felisite, 6 meurz 177 Philip Beniti, 23 eost 596 Philip ha Jakob, ebestel, 1 mae 323 Philip Neri, 26 mae 389 Philomena, 14 eost 579 Pi V, 5 mae 333 Pôl, abostol ar baganed, 30 mezeven 473 Pôl Aurelian, 12 meurz 194 Pôl ar Groaz, 28 ebrel 314 Pôl gonezet d'ar fe, 25 genver 74 Pôl hag Anton, 15 genver 49 Polykarp, 26 genver 77 Pothin, 2 mezeven 412 R Raphaël, 24 here 733 Raymond Nonnat, 31 eost 610 Raymond Pennafort, 14 c'houevrer 127 Relegou Sant Stefan, 3 eost 549 Robert Arbrissel, 25 c'houevrer 153 Rok, 16 eost 584 Romuald, 7 c'houevrer 110 Ronan, 1 mezeven 409 Roza Lima, 30 eost 608 Roza Viterb, 4 gwengolo 620 S Sabas, 5 kerdu 845 Salaün, 25 mezeven 464 Samson, 27 gouere 533 Sebastian, 20 genver 62 Sebastian Valfire, 30 kerdu 903 Selestin, 6 ebrel 258 Sesilia, 22 du 811 Seiz Breur merzer (ar), 10 gouere 496 Server, 13 mae 356 Silvestr, 31 kerdu 9065 Simeon, ar bugel merzer, 24 meurz 223 Simeon, eskob ha merzer, 18 c'houevrer 136 Simeon Stylit, 22 meurz 218 Simon ha Jud, 28 here 743 Sirill, eskob Alexandri, 13 c'houevrer 124 Sirill, eskob Jeruzalem, 20 meurz 213 Sirill ha Method, 24 gouere 526 Sisinnius, 8 eost 560 Skolastika, 10 c'houevrer 117 Soter ha Kaïus, 22 ebrel 300 Stanislas, 7 mae 338 Stanislas Kosta, 13 du 787 Stephan, kentan merzer, 26 kerdu 894 Stephan, roue ar Hongri, 2 gwengolo 617 Suliau pe Suliak, 1 here 677 Syprian, 16 gwengolo 645 Symphorian, 22 eost 595 T Tarakus, 11 here 702 Tarsila, 24 kerdu 889 Tarsisius, 25 du 818 Tenenan, 21 gouere 520 Thekla, 23 gwengolo 660 Theodot, 18 mae 368 Thereza, 15 here 710 Thomas, abostol, 21 kerdu 882 Thomas, doktor, 7 meurz 180 Thomas Kantorberi, 29 kerdu 901 Thomas Villanova, 22 gwengolo 658 Thivisiau, 11 gouere 499 Thimothe, 24 genver 72 Tit, 9 c'houevrer 115 Trifina ha Tremeur, 7 du 772 Tual, 1 kerdu 834 U Ulrik, 4 gouere 483 Urban V, 19 kerdu 877 Ursula, 21 here 727 V Veronika, 13 genver 44 Vezo, 15 mezeven 441 Viktor, 28 gouere 535 Visant a Bôl, 19 gouere 515 Visant Ferrier, 5 ebrel 254 W Wenseslas, 28 gwengolo 667 Wilfrid, 12 here 705 Y Yan ar Groaz, 24 du 815 Yan, avieler, 27 kerdu 896 Yan a Zant-Fagond, 12 mezeven 432 Yan Damascen, 27 meurz 230 Yan Diarc'hen, 14 kerdu 864 Yan Dibenn-Eost, 29 eost 606 Yan Doue, 8 meurz 183 Yan er gôter eoul bervet, 6 mae 336 Yan-Fransez Regis, 16 mezeven 442 Yan-Gabriel Perboyre, 11 gwengolo 634 Yan Gualbert, 12 gouere 502 Yan-Jozef ar Groaz, 5 meurz 174 Yan Kapistran, 28 meurz 232 Yan Kenty, 20 here 724 Yan Krisostom, 27 genver 79 Yan, merzer a Nikomedi, 7 gwengolo 624 Yan Nepomusen, 16 mae 363 Yan-Vadezour, 24 mezeven 461 Yan-Vadezour a Zal, 15 Mae 360 Yan-Mari Vianney, 13 eost 575 Z Zephyrin, 26 eost 601 Zita, 27 ebrel 311