Geriadurioù brezhoneg

Geriadurioù brezhoneg zo da gaout war Internet. Arbennikaet pe get war dachenn ar stlenneg, e roont tu deoc’h da gompren ar gerioù implijet e ketaloù ar meziantoù troet gant An Drouizig. Setu ur roll graet amañ gant ar gevredigezh.

An Drouizig - Outils numériques en breton - Dictionnaires de breton - Story - Histoire - Istor an drouizig - Mentions légales

Troidigezhioù An Drouizig

Ul lusker enklask zo gant An Drouizig evit kavout troidigezhioù e brezhoneg eus gerioù galleg pe soazneg liammet ouzh ar stlenneg.

Dictionnaires de breton - Geriadurioù brezhoneg - Breton dictionaries - Preder

Geriadurioù Preder

Kinnig a ra Preder un nebeud geriadurioù enlinenn. Arbennikaet int war meur a dachenn. Guy Etienne zo aozer ar geriadur war ar stlenneg (Preder, 1995).

Dictionnaire Favereau - Geriadurioù - Dictionaries

Geriadur Favereau

Ur geriadur gant Francis Favereau, kelenner e skol-veur Roazhon 2. Kinnig a ra meur a c’her hag a dro-lavar brezhoneg ha galleg, gant o fonetek, o orin hag o implij (broioù, anvioù-lec’h, anvioù-familh…). Stummet eo bet ar gerioù dibabet d’an implij a-vremañ, er skolioù pe er familhoù.

Dictionnaires de breton

Geriadur.com

Kinnig a ra ar geriadur Geriadur.com troidigezhioù 22 302 ger galleg gant frazennoù troet, titouroù diwar-benn ar yezhadur, stummoù rannyezhel, heñvelsterioù, hag all. Kinnig a ra ivez binvioù evel an hini evit klask bonegoù-post ha niverennoù INSEE.

Geriadurioù Troude - Dictionnaires Troude

Geriadur Troude

Ur brezelour ha geriadurour brezhonek e oa Amable-Emmanuel Troude. Ganet eo e Brest e 1803 ha marvet e Brest e 1885. Embannet eo bet ar geriadur evit ar wech kentañ e 1843. Diazezet eo war brezhoneg Bro-Leon met degemer a ra stummoù displeget eus rannyezhoù all.

Dictionnaires de breton - Geriadurioù brezhoneg - Catholicon

Ar C'hatolikon

Ar geriadur galleg kentañ galleg hag ar geriadur  brezhoneg kentañ er memes tro eo ar C’hatolikon. War al lec’hienn amañ dindan e c’hellit kavout un eilad klok ha niverelaet eus ar geriadur, hag ur PDF da bellgargañ.

Freelang (gant Tomaz)

Reiñ a ra tu deoc’h ar geriadur Freeland (evit Windows pe Android) da lenn ar rolloù Brezhoneg-Galleg ha Galleg-Brezhoneg. Gallout a rit klask ur ger, ouzhpennañ ho troidigezhioù, cheñch pe dilemel gerioù, ha deskiñ geriaoueg diwar rolloù deskiñ personel.

ALBB - Dictionnaires de breton

Atlas Yezhel Breizh-Izel (ALBB)

Un atlas yezhel savet gant ar yezhoniour Pierre Le Roux eo an ALBB. E bal zo kinnig rannyezhoù ar brezhoneg evel kartennoù e live Breizh-Izel. Embannet eo bet ar stumm kentañ e 1927 da-heul enklaskoù graet e 77 kumun gant 600 ger pe tro-lavar. Kouezhet eo bet ar stumm kentañ-se en domani publik, neuze e c’haller lenn anezhañ digoust. E 2001 eo bet embannet Nouvel Atlas linguistique de la Basse-Bretagne, disoc’hoù eus labour dastum graet gant Jean le Dû er bloavezhioù 1990. Ne c’haller ket lenn anezhañ enlinenn.

Dictionnaire de Coëtanlem

Geriadurioù Coëtanlem

Skrivet eo bet geriadur Coëtanlem eus 1791 da 1820 gant Pierre Joseph de Coëtanlem. Dornskrivet eo penn-da-benn, 8334 pajenn ha 8 levrenn ennañ. Adkemer a ra un embann eus geriadur Dom Louis Le Pelletier, klokaet gant evezhiadennoù ouzhpennet e galleg. Kavout a reer ivez meur a zaveenn lennegel hag istorel, ha notennoù diwar-benn buhez pemdez ar vro, da skouer ar boued, al labour, ar yezh. Kollet eo bet hag adkavet war-lerc’h. Niverelaet eo bet gant ar CRBC (Centre de Recherches Bretonnes et Celtiques).

Geriadurioù an teknikoù

Geriadurioù an teknikoù ha skiantoù (Brezhoneg21)

Kinnig a ra al lec’hienn Brezhoneg21 geriadur an teknikoù ha skiantoù, savet gant rann skiantoù rik Kreizenn Ar Geriaouiñ. Savet eo bet ar geriadur diwar an hollad eus ar geriaouegoù skiantel embannet a-hed ar bloavezhioù tremenet : matematikoù (1989, 1992, 1995), alvezoniezh (1989, 1994), naturouriezh (1989, 1991, 1995), stlenneg (1991). Gallout a reer implijout ar geriadur en daou ster galleg-brezhoneg ha brezhoneg-galleg. Muioc’h a 35000 ger ha 10000 skouer a zo ennañ.

Logo projet Apertium

Raktres Apertium

Apertium zo ur meziant troidigezh emgefreek diazezet war geriadurioù ha reolennoù treuzkas diorroet da gentañ gant skol-veur Alacant. E penn-kentañ e oa e bal reiñ tu da dreiñ koubladoù yezhoù tost, evel ar yezhoù komzet e Stad Bro-Spagn, e framm ar raktres Opentrad (meziant dieub evit treiñ emgefreek yezhoù Stad Bro-Spagn) loc’het e 2004-2005. A-hed ar bloavezhioù eo deuet da zegemer koubladoù yezhoù all.

Geriadurioù Brezhoneg all

Geriadurioù brezhoneg all zo da gaout war al lec’hiennoù-mañ :