Diwallit, ar ger tarzh zo en implij war dachenn an urzhiataerezh dija evit envel ar "source"; da skouer en droienn restroù tarzh. Ne gavan ket dispar ober gant harpañ kennebeut evit mirout ouzh traoù zo da zont war wel. Liesteriek eo ar ger-se. Harpañ a dalvez skoazellañ ivez. Gwelloc'h eo ober atav gant gerioù unsteriek pe splann pa vez tu. Kinnig a ran ober gant herzel kentoc'h.