Publié : jeu. mai 18, 2006 6:19 pm
Evel-just ez eus bet graet ul labour dispar gant troourien Mozilla, d'am soñj emañ a-du an holl gant an dra-se... Met dedennus eo ivez tabutal war an termennoù da implij, hag eskemm soñjoù. Ne gav ket din eo ar pal pismigañ al labour bet graet, fin n'eo ket ma fal din-me. Ar pal eo laret hor soñj, setu tout. Emañ geriaoueg ar stlenneg oc'h en em sevel tamm ha tamm, setu ez eus peadra da dabutal, met pep troour a ra ar pezh a fell dezhañ a-benn ar fin. Ha n'hellomp ket goût evit ar poent peseurt gerioù a vo dalc'het gant an implijerien, an dra-se vo gouezet a-benn un nebeut bloavezhioù.
Evit istor adveziant pe enlugellant, e karan gwelloc'h adveziant, peogwir e klot gwelloc'h (d'am soñj din-me evel just, n'eo ket AR wirionez, UNAN hepken) gant ar ster (un tamm program ouzhpennet d'ur meziant); peogwir e vo desket ar ger meziant dija dre ma vez implijet kalz, ha stumm ar ger a gavan aes da gompren, dre ma vez graet e brezhoneg gant gerioù evel "advab", "adti", "adkambr" ha me oar me. Met d'am soñj, eo ur munud evel ma lârez, ha n'eo ket ur gudenn ma ra lod gant adveziant ha lod all gant enlugellant, gant ma vez komprenet gant an holl. E galleg ez eus troourien a ra gant "plug-in", lod all gant "plugin", lod all c'hoazh gant "greffon". ha n'eo ket ur gwall gudenn.