Page 1 sur 1

Cheñch gerioù e Thunderbird?

Publié : sam. mai 06, 2006 2:06 pm
par Gwenael
Lakaomp e vefen displijet gant ur ger bennak e Thunderbird brezhonek (da skouer, met n'eo nemet ur skouer, "restr";-). Daoust hag-eñ e c'hellan cheñch anezhañ ma-unan? Penaos ober?
Evel just se ne vir ket ouzhin a gousket c'hwek.
Ha ma 'm eus dibabet ober gant Thunderbird e brezhoneg eo peogwir e soñjan eo bet graet mat al labour dre vras. :)

Publié : lun. mai 08, 2006 10:45 pm
par Giulia
Bez e c'hellez hen ober, en ur chench ar restr .po. E-barzh an darn vrasañ eus ar meziantoù frank, ez eus restroù .po implijet evit ar yezhoù. N'on ket gouest lârout dit pelec'h emañ ar restr evit Firefox ha thunderbird. Peseurt eo ne blij ket dit? Rak m'eo ur ger hag a vez implijet alies, pe/hag adkemeret e-barzh troidigezhioù all, e vefe didalvoud cheñch anezhañ, rak d'ar mare-se e vo ret dit cheñch anezhañ evit kement meziant e brezhoneg hag a vo implijet ganit.

Publié : mar. mai 09, 2006 7:59 am
par drouizig
Demat Gwenael,

Dav eo digoazhañ ar restr br-FR.jar a zo dindan C:\Program Files\Mozilla Thunderbird\chrome\. Kemm an troiennoù gant un embanner testenn a ra gant UTF-8 (vi/gvim a zo mat tre evit an dra-se). Adkoazh ar restr .jar ur wech cheñchet ar gerioù.

Gra 'pezh t'eus c'hoant gant an droidigezh, gant ma chomo ganit hepken ar restr kemmet...

Trugarez,
Philippe