Page 1 sur 1

Sender?

Publié : jeu. mai 11, 2006 8:54 pm
par Gwenael
Souezhet on bet o welet "sender" ha neket "kaser" e talbenn ar c'hemennadennoù. Ankouaet eo bet ar ger-se?

Publié : ven. mai 12, 2006 6:57 am
par drouizig
Gwenael,

Gwir eo... deuet eo er-maez Thunderbird 1.5.0.2 e brezhoneg daoust dezhañ bezañ diglok e-keñver an droidigezh. 3500/8000 troienn hepken zo bet graet...
Evit a sell ouzh ar meziantoù all, klok eo bremañ troidigezh OO.org 2.0.2 (25000/25000 troienn glokaet) ha Firefox 1.5.0.3 (4000/4000 troienn glokaet).

Chom a ra gant Thunderbird troiennoù e saozneg c'hoazh ha klask a rimp e beurglokaat e-doug ar mizioù o tont. Mad ha fall e oa war un dro leuskel anezhañ da zont er-maez evel-se met ret e oa krouiñ ar sederomoù a-raok fin miz Du 2005, memes tra... tamm ha tamm ez aio war-raok an traoù...

A-galon,
Philippe