Microsoft e brezhoneg : mat pe fall ?
Publié : lun. juin 04, 2007 2:15 pm
Demat deoc'h.
Petra soñj ar re a ra kalzik gant meziantoù frank eus ar fed ma vo troet meziantoù Microsoft e brezhoneg ? Evit ar brezhoneg eo un dra vat, met daoust hag-eñ ne zizroio ket tud 'zo eus ar meziantoù frank abalamour da se ?
Ar goulenn-mañ am eus klevet un nebeud gwezhioù; met d'am soñj n'eus bet den evit krediñ skrivañ anezhi, ken laouen ma oamp ma vefe ur stumm "anaoudegezh ofisiel" eus ar brezhoneg gant un embregerezh ken bras ha Microsoft.
...setu e lakan "...les pieds dans le plat", evel ma vez lavaret e galleg...
Diouzh ma zu e ouzan mat e kendalc'hin d'ober gant meziantoù frank, pa n'on ket a-du tamm ebet gant tro-spered Microsoft, met ne vo ket ar pezh a ray an holl moarvat.