ar brud / ar vrud / d'am pried / d'am fried

Evit kaozeal diwar-benn an difazier brezhonek
Avatar de l’utilisateur
drouizig
Site Admin
Messages : 484
Inscription : mar. nov. 16, 2004 11:45 am
Localisation : Gwened/Sant-Brieg/Pouldreuzig
Contact :

ar brud / ar vrud / d'am pried / d'am fried

Message par drouizig »

Notennoù yezh

- Brud : lavarout a ran "ar vrud" : gwiriet em eus e geriadur bihan Hor Yezh (resis-tre e-keñver an traoù-se) : BRUD = ger gourel (kem. dre vlotaat) ; rumeur, réputation.

Da-skouer : « brud vat a chom e toull an nor, brud fall a red betek ar mor »

- D'am fried : lavarout a raen se, betek an deiz ma'm boa lennet "d'am pried" en ul levr gant RH. Aze e oa bet lavaret din (gant Divy K. pe Gwennole ar M., n'ouzon ken…) e oa un nemetadenn : ne vije ket graet ar c'hemmadur dre c'hwezhañ goude "am"… Hogen, resisoc'h eo yezhadur Frañsez Kervella war ar c'hraf-se : « gallout a c'heller chom hep skrivañ ar c'hemmadur dre c'hwezhañ goude "am" (ur boaz eo hag a vez heuliet er yezh lennegel) »

Tomaz
Répondre