Evezhiadennoù d/b Thunderbird
Publié : ven. déc. 19, 2008 12:34 pm
'Oaran ket hag-eñ 'peus remerket kement-mañ : pa glaskez un anv gant ar benveg "klask" er c'harnedad chomlec'hioù e teu da vezañ goullo.
Staliet 'm eus "Quick Locale Switcher" 'vel-se 'hallan implij Kurunevn en brezhoneg, en galleg hag en kembraeg. Pa lakan ar stumm c'hallek pe gembraek 'vez moaien d'implij ar benveg "klask" digudenn. Perak n'hallan ket en brezhoneg ? Torr-revr eo. 484 chomlec'h 'm eus ha neuze evit klask, lâran dit, 'vez ket aezet.
Un nebeud evezhiadennoù diwar-benn troidigezh Kurunevn :
- "azkouezhioù" zo skrivet el lañser "ostilhoù" pa vez implijet "askouezhioù" a-hend-all, ar stumm gant "s" eo an hini reizh sañset
- gwall blij ket din ar ger-se, ouzhpenn-se war 'm eus lennet ne glot ket tamm ebet, setu pezh 'm eus kavet war lec'hienn "hiziv an deiz" : askouezh g. -ioù : extension (nom d’un fichier), gwelloc'h vehe ober gant "enlugelladoù" pe "lugant"
- "ostilhoù" a implijez evit Kurunevn pa vez implijet "binvioù" evit Tanlouarn, binvioù zo 'welloc'h ganin-me
A-hend-all, daoust hag-eñ c'houvezhes pelec'h 'hallan tapet restroù yezh an askouezhioù-mañ ?
* Quick Locale Switcher
* Lightning
* ImportExportTools
Ma n'int ket re hir lakjen 'nê 'walc'h en brezhoneg.
Stefan