Salud !
Ne gavan ket penaos e c'heller distreiñ davet al lec'hienn pa vezer war ar forom amañ... Daoust hag ez eus ur bir bennak en ul lec'h bennak, pe un dra all n'em ije ket kavet ? Evit ar poent ez an war gil betek adkavout al lec'hienn, met a-wechoù ez eo hir a-walc'h ober toud an hent war an tu gil...(da skouer pa 'meus ouzhpennet ur gemenadenn...).
A galon, Kristen.
Forom ha lec'hienn
Gwir eo pa soñjan mat em eus gwelet ar gudenn-se war meur a forom a implij phpBB... Ur mennozh mat eo implij ar skeudenn-se.
Skrivet e vez "Korvigelloù An Drouizig Forum Index" pa vez tremenet al logodenn war skeudenn an Drouizig... me soñje din en abeg da se e vefen kaset en-dro war bajenn degemer ar forom, ha n'eo ket da bajenn degemer al lec'hienn... Komprenet 'meus fall.