staliañ open office 3.1 e brezhoneg
Publié : sam. mai 23, 2009 1:27 pm
Brav al labour bet graet evit treiñ OOo 3.1 ezhoneg ! Met n'on ket evit staliañ mat anezhañ... En ti eo deuet mat an traoù ganin, met bewech 'm eus klasket hen ober ivez war urzhiataerioù daou skolaj 'zo ne deuan ket a benn. Respontet 'vez din gant ar mekanik-mañ-mekanik n'eo ket mat an ardremez (ar c'honfig') ha goulennet diganin klask adstaliañ. Iskis, rak, ma klaskan hen ober e stumm galleg (fr pe JRE-fr) pe alamaneg (JRE-de) e teu mat pep tra (er gêr pe er skolaj). Petra c'hellfe bezañ kaoz ? An holl urzhiataerioù implijet amañ hag ahont a zo Windows XP anezhe, gant intel ha 256 RAM... Ha ma klaskan lakaat ar pakad yezhoniel brezhoneg war ur stumm galleg pe alamaneg e vez respontet din n'eo ket posupl peogwir eo koshoc'h ar pakad brezhoneg. Hag ur diskoulm 'zo evit ur brezhoneger n'eo ket programmour anezhañ ?