Troidigezh : Ejipt pe Egipt (rollad ar yezhoù)

Evit kaozeal diwar-benn troidigezh Mozilla Firefox ha Mozilla Thunderbird e brezhoneg
Avatar de l’utilisateur
Gweladenner-kozh
Messages : 33
Inscription : lun. déc. 20, 2004 10:33 am
Localisation : Orleañs

Troidigezh : Ejipt pe Egipt (rollad ar yezhoù)

Message par Gweladenner-kozh »

Respont an Ofis:

Aljeria/Egipt

Aljeria
Ne gaver nemet ar stumm-se e brezhoneg (ma lakaer a-gostez stummoù gallek implijet e brezhoneg : (an) Aljeri)

Egipt/Ejipt

An daou stumm a gaver e brezhoneg hiziv an deiz.
Ar stumm Egipt eo a gaver war roll TermBret, e geriadurioù R. Hemon*, war geriadur An Here ha war kartenn ar bed embannet gant TES.
Stank a-walc'h e kaver ar stumm Ejipt ivez : geriadurioù Favereau, Delaporte, Vallée, hag er skridoù kozh dre vras (skrivet gant « g » a-wechoù, met gant distagadur ar galleg da lavarout eo /å/).
Dre gomz moarvat e ra kalz a dud gant Ejipt :
1) abalamour ma kaver ar stumm-se e skridoù zo ha ma'z eo ur stumm zo testeniekaet mat hag a-gozh e brezhoneg.
2) abalamour ma tistagont heñvel ouzh ar galleg (« lezenn al leziregezh », a ra d'an dud implijout stummoù heñvel ouzh ar re zo e galleg). Pe e vefe skrivet gant « j » pe gant « g », e vo distaget /å/ ganto, rak ne daolont ket evezh ouzh an diforc'h distagadur splann zo e brezhoneg etre ar skrivadoù J ha G. Ha klevout a reer traoù evel Beljia, jeografiezh, gant tud a ra koulskoude gant stummoù « brezhonek », pa ne reont ket gant stummoù gallek (a-hend-all e lavarfent Beljik, jeografi).


* er geriadurioù bihan, galleg-brezhoneg pe brezhoneg-galleg e kaver Egipt. Er Geriadur Istorel avat e kaver ar stumm Ejipt.
Répondre