Istor ar brezhoneg
Ar brezhoneg : Istor ha doareoù-skrivañ
Un doare a zo, a zo bet kemeret gant al lodenn vrasañ eus ar yezhoù : puñsañ er yezh kozh. An dra-se zo bet graet gant ar galleg en ur adreiñ ur vuhez da viliadoù a c’herioù latin, ar yezh vamm. Adamprestoù gouiziek eo an holl c’herioù e -tion. Lakaet he deus ac’hanomp, an digasted ouzh istor ar brezhoneg, da gondaoniñ d’ar marv gerioù pe troioù-lavar hag a veve c’hoazh en XIXvet kantved, pa ne veze ket ar yezh, hag a veze ar yezh komzet gant meur a unyezher·ez, evel ur marelladur teodyezhoù muioc’h-muiañ kemmesket gant an divyezherien·ezed.
Met ret eo anzav e vez digalonekaet studiañ keñveriañ ar yezhoù gant un nebeud teoriennoù modern. Fellout a ra deomp studiañ yezh ur strollad bevennet, en ur sevel mogerioù etre an teodyezh-se hag ar re a zo tro-dro, etre stad ar yezh a-vremañ ha stad ar yezh en amzer dremenet, e anv ur gevadegezh sakret, ha pa vije bet anavezet gant ur memes yezher·ez meur a stumm dre ar pardonioù, marc’hadoù, bodoù ha beajoù.
Abaoe tregont bloaz eo bet buanaet ar brizilhonañ, gant mont diwar wel buan ar stummoù boutin gant ar yezherien·ezed rak-termen ha termen a-vremañ, ar brezhoneg anezho o vezañ un adsked distummet eus ar pezh e veze klevet a-raok ar brezel gant meur a yezher·ez. Dreistwir trist an oad eo delc’her soñj eus an dra-se ha gouzout n’eus kevadegezh nemet e faltazi an damkanourien·ezed.
Léon FLEURIOT, rener studioù e École Pratique des Hautes Études
en An Teodeg, 69-70 (1982), p. 18-20.
An henvrezhoneg (5vet – 10vet kantvedoù)
Anavezet e oa gant ar yezh un anvuniezh klok (L. FLEURIOT, Eléments d’une grammaire, Paris 1964, p. 10 ) en diabarzh ha gant ar yezhoù predenek all – hengembraeg ha hengerneveureg : unius linguae, unius natione, a veze lavret neuze. Diazezet e oa doare-skrivañ an henvrezhoneg – evel an holl yezhoù predenek -, hêrezh an Iliz kelt kentidik, war al lizherenneg latin ha chomet eo heñvel-mik a-hed ar prantad a-bezh (nemet emdroadur ar sonioù). (K. JACKSON, Language and History in early Britain, Edinburgh 1953, p. 61).
Pinvidikoc’h e oa sistem fonetek ar brezhoneg eget hini al latin. Ret eo bet d’ar yezhoù predenek neveziñ. Evel-se e vez notennet C’H gant ur C, CH, a-wechoù H. Notennet e vez ar fonemoù /ð/ ha /θ/ (th dous ha kalet ar saozneg) gant th, t, d, a-wechoù h. Gant an u e vo notennet ken ou /u/ ha u/y/, a-wechoù eu /ø/. Ral a wech e vez notennet ar c’hemmadurioù.
Distabilaet eo bet ar vro gant an aloubadegoù normanek : tanet eo bet Gwened e 920 ; distrujet eo bet Breizh gant Tud an Hanternoz e-pad ur c’hantved. Padout a ra dalc’hdigezh ar vro eus 915 da 935, o vezañ abeg eus ermeziadeg ar venec’h (evel-se e vez c’hoazh enoret Sant Samson e-kichen Rouan, Sant Tugdual e Añje, Sant Patern e Déols…). Ne oa ket ken galloudus an duked evel ar rouaned. A-hend-all e voe renet an dugelezh gant familh Dreux, ar pezh ne harzo ket an duked da skoazell dizalc’hiezh ar vro. Hir e voe adsevel an urzh politikel ha sokial. Meur a zornskrid – ken latin ha brezhoneg – zo aet diwar wel. Romanizaet eo bet an noblañs – a-raok bezañ gallekaet.
Ar c'hrennvrezhoneg (12vet kantved - 1650)
Ar sistem fonetek
Merket e vo ar c’hrennvrezhoneg gant paouraat ar sistem fonetek, gant torradurioù ar rannyezhoù, gant levezon ar romaneg. Pinvidik-mor e oa geriaoueg an henvrezhoneg e-keñver yezhadur, matematikoù, pezh-c’hoari… Tamm-ha-tamm e voa erlec’hiet ar gerioù difetis gant gerioù a orin gall. Niverus e vo an eskemmoù etre romaneg Breizh-Uhel hag ar brezhoneg (en daou ster).
An doare-skrivañ
Diforc’hañ a ra an c’hrennvrezhoneg e-keñver an doare-skrivañ dreist-holl. Adreiñ a ra an notadurioù ou, u, eu /u y ø/ gall u unvan ar yezh kozh. Dilezet eo tamm-ha-tamm an th hag erlec’hiet gant z pe tz ; a-wechoù dija e vez skrivet zh. Skrivet e vez an /ð/ (th dous) gant ur z, ha pa vije hor z boutin d’an holl rannyezhoù notennet s. Notennet e vez s ar soniad /s/ e penn-kentañ ar gerioù, ss etre div vogalenn (evel e galleg). Alies e kaver al lizherennoù c ha qu evit skrivañ ar soniad k a-vremañ.
Dre vras ne vez ket skrivet ar c’hemmadurioù. Reiñ a ra tu ar gwerzaouiñ pinvidik, boutin etre ar yezhoù keltiek, da adkavout anezho.
Hep komz eus ar munudoù e c’haller menegiñ an daougraf ff evit ar fonem /-v/. Adkavet e vez c’hoazh an arouezenn-se e anvioù-familh : Le Derff = an derv (“le chêne”), Le Hénaff = an henañ (“l’ancien”). Cheñchet en deus e zoare-distagañ : klevet vez alies /o/ e Bro-Leon, /f/ pe /v/ e Goelo, /µ/ (w gweuz) e gwenedeg. Aet eo diwar wel a-wechoù e Kerneveur. Bro-Dreger nemeti he deus miret /w/.
Ar rannyezhoù
E-pad ar prantad-se eo deuet war wel ar rannyezhoù. Reiñ a ra H. D’Arbois de Jubainville (Études grammaticales sur les langues celtiques, Paris, 1881, p44) skouer an anv-lec’h gwenedeg skrivet Pen an garzo e 1562 ha Pen an garhou e 1572 (brezhoneg a-vremañ : Penn ar garzhoù, “le bout des haies”). Adalek ar 15vet kantved e kaver Le Liorho evit liorzhoù e Baden. Mirout a rae ar yezh skrivet an notadur standard, ha pa vije deuet da vezañ an /ð/ kozh ur /x/ [c’h] e Bro-Wened.
En emdroadur-se “was beginning in the 15th century” a skrive Kenneth JACKSON, Historical Phonology of Breton. 683sq. E gwirionez en deus kroget ar cheñchamant-se – e Reter ar rannyezh da nebeutañ – adalek fin brezel Hêrezh Breizh (1341-1364). Er mare-se e krog ar pouez-mouezh da vont war ar silabenn eildiwezhañ er rannyezhoù KLT (el lodenn Hanternoz-Su e ya war an hini gentañ). Ar gwenedeg uhel zo ar rannyezh nemeti he deus miret ar pouez-mouezh kozh.
Ar brezhoneg a-vremañ
Doare-skrivañ an Tad Maner
E 1659 eo bet embannet gant an Tad Maner (1606-1683) e Sacré Collège de Iésus en un doare-skrivañ nevez, peogwir ne oa ket a-walc’h hini ar c’hrennvrezhoneg dezhañ. Diskouez a ra an testennoù ral deuet betek ennomp eo bet rannet ar brezhoneg adalek deroù ar 16vet kantved, da-heul distruj brezelioù ar C’hevre ha koll an dizalc’hiezh hag unvaniezh ar vro. Ar rannyezhoù hag an isrannyezhoù a oa dija ar re a anavezomp hiziv en deiz.
Gallout a raemp dija goulenn ma oa dav adreizhañ un doare-skrivañ standard hag a zalc’he unvaniezh ar yezh. Kodet en deus Tad Maner ar rannyezhoù ha krouet en deus evel-se reizhskrivañ eskopti Kemper (K) ha Leon (L), met buanaet en deus ivez digresk ar yezh. A-hend-all e oa ar pal muioc’h kadarnaat ar stummoù-se kentoc’h eget krouiñ un doare-skrivañ nevez. Koulskoude en deus diverket, etre traoù all, an diforc’h etre /ð/ /θ/ et /z/, hag a veze notennet gant z nemetken.
An eskoptioù o deus miret betek-henn ur reizhskrivañ arbennik, a fell da dud zo – tud ha n’int ket kristian zoken – mirout c’hoazh !
An eskopti kentañ o cheñch penn-da-benn doare-skrivañ ar c’hrennvrezhoneg a oa bet eskopti Gwened. Trebadet o deus e zoareoù-skrivañ dibar betek-henn, dre un nebeud cheñchamantoù.
Labour Ar Gonidec
Adkemeret e voe gant Ar Gonideg (1775-1838) e Leon-Izel doare-skrivañ dizurzhiet Tad Maner, hag a implije kemplegezhioù ar galleg (da skouer c ha qu evit ar soniad /k/). Awenet gant doare-skrivañ simpl a-walc’h an alamaneg hag ivez gant hini ar c’hembraeg e lak e-barzh ar k ha delc’her a ra ar g en holl lec’hiadurioù (gad, gêr…), ar pezh hon eus miret betek hiziv. N’eo ket bet heuliet e l islinnet (hol lh) nag e ñ (hor gn). Met e n̄ zo bet erlec’hiet gant ñ evit merkañ ar bogalennoù friet (da skouer “bleuñv”).
Stummet o deus eskoptioù Kerneveur (K) ha Treger (T) an doare-skrivañ-se d’o ferzhioù dibar lec’hel. E 1907 nemetken eo deuet war wel an doare-skrivañ KLT – un doare-skrivañ eo KLT ha n’eo ket ar rannyezh ! -, na oa ket ken eskoptiek hiviziken. Biskoazh n’he deus anavezet rannyezh Gro-Oueloù, dibar gant he fouez-mouezh war ar silabenn gentañ, un doare-skrivañ hag a vije bet eviti.
Lakaat a reas Skol Gwalarn ar yezh er vodernelezh hag ouzhpennañ a reas un nebeud cheñchamantoù. Skrivañ a rae KLT “gant, evit, mat” dirak ur gensonenn, met “gand, evid, mad” dirak ur vogalenn ; miret ne voe gant Gwalarn nemet ar stummoù kentañ. Prientiñ a reas Gwalarn an unvaniezh klok en ur ouzhpennañ pinvidigezh ar gwenedeg (geriaoueg, stummoù, yezhadur).
Evit ar gwenedeg
Evit ar pezh a sell ouzh ar gwenedeg : eeunaat a reas Le Joubioux (1808-1888) an doareoù-skrivañ gant implij k ha g evel Ar Gonideg hag en ur erlec’hiañ notadur /µ/, gwechall hüe, gant ù. Tostaat a reas Loeiz Herrieu, gant adreizhañ bihan, reizhskrivañ ar gwenedeg ouzh hini ar rannyezhoù all hag hini ar gwenedeg izel. Chomomp hep disoñjal e oa diazezet, evel yezh eskoptiek, war teodyezhoù an tu Su-Reter pellañ (tro-dro Gwened). Skrivet e veze brér (Loeiz Herrieu : breur), pa veze ar c’hontrol e peurrest Breizh Izel.
E-keit ma veze miret doareoù-skrivañ pellañ Leon-Izel (pounner, ploum…) e kendalc’he ar gwenedeg da implijout ur reizhskrivañ hag a glote gant distagadur lec’hel (aveit /aµiD/, fari evit fazi), tra ma veze klevet ivez /fɑj/ et /fɑdi/ ; pear, tra ma veze boutin /poar/ (pevar) en holl rannyezh.
Doareoù-skrivañ a-vremañ
An doare-skrivañ unanaet : ar peurunvan
E 1941, gant diarvarded e vefe degemeret ar brezhoneg er skol, e voe strollet ar skrivagnerien evit kaout un doare-skrivañ unanaet. Evel-se e teuas da vezañ marv KLT marv pe gwenedeg marù ; piou ha più a zeuas da vezañ piv. Lavaret e vez gant tud zo e vije bet gwelloc’h marw ha piw ; koulskoude e vez distaget /marf/ ha /pif/ e Bro-Oueloù.
An arouez pouezusañ zo implij an daouc’hraf zh evit strollañ ar z KLT hag an h gwenedeg. Fellet en deus d’un nebeud enebourien gwelout ul levezon alaman (da lavaret eo nazi !) ennañ. Koulskoude e oa dija ar c’hrafemenn-se e krennvrezhoneg. E saozneg eo ivez, met evit ar soniad /ʒ/ (j). Kinniget o doa an abaded Guillevic ha Le Goff (aozerien eus un hentenn deskiñ gwenedeg) zh adalek deroù ar c’hantved. Kinnig a reas Y. Ar Gow, diouzh e du, skrivañ hz.
Da heul un emvod e Gwened e 1936 e voe skrivet ur c’hinnig hag a implij dija ar zh. Sinet eo bet R. Hemon, L. Herrieu ha Langleiz. D’an 3 a viz Du 1938 e c’houlenn ar Wenediz pleustriñ ar peurunvan (sinet : Le Baron, Priellec, Coëtmeur, Le Goff, Le Marechal, Mary, Audic, Le Nestour, L. Herrieu, Le Diberder).
Ar skolveurieg
Adalek 1953 (Annales de Bretagne 60, pp. 48-77) e voe kinniget gant ar chaloni Falc’hun un doare-skrivañ tostoc’h diouzh al leoneg ha diouzh ar… galleg, evit enebiñ ouzh ar peurunvan, “ganet dindan levezon alaman”. Kemmet e voe e ginnig gant un nebeud arbennigourien ha dont a reas a-benn d’un doare-skrivañ graet “skolveurieg” anezhañ (1955), hag a voe implijet gant kloer ha komunisted Kerne ha Leon dreist-holl. A-hend-all n’eo ket heuliet en un doare heñvel gant an holl skrivagnerien (cf. pennoù bras etre Visant Seité, P-J Helias ha Roh-Vur). Ral a skrivagner Bro-Dreger o deus implijet an adreizh-se.
Steudañ a reas ar gwenedeg war ar skolveurieg en ur gemm un tamm eus sistem Loeiz Herrieu (ebarzhiñ w-, hag a oa implijet dija gant ar chaloni Mary en e Yezhadur – ; kensonennoù dibenn dous ged, aveid, glaz e-lec’h get, aveit, glas). N’en deus servijet an doare-skrivañ-mañ nemet en un nebeud adembannoù (Ar en deulin gant Kalloc’h, Dasson ur galon gant Loeiz Herrieu) hag embannadurioù liderezh. Skrivet o deus al lodenn vrasañ eus skrivagnerien gwenedeg a-vremañ (Langleiz, Sten Kidna, Abennez) e peurunvan.
An etrerannyezhel
Gant an Assimil (1975) e teu war wel un trede doare-skrivañ, e bal dezhañ sevel a-du an daou zoare-skrivañ all. Loc’het en doa Per Dener emvodoù e Karaez evit kaout un diskoulm etre an daou du. Votet e oa bet an adreizhoù :
- zh
- (i)lh e-lec’h ll ar skolveurieg
- w e-lec’h ar v leoneg (piw, marw, tewel)
- kensonennoù dibenn dous (gand, ewid…)
- diforc’h etre s (distaget /z/ pertout ha z (/z/ na veze distaget nemet e Bro-Leon)
- ebarzhiñ ar ss /s/, evel e krennvrezhoneg (plassenn, tress)
Gallout a reer goulenn perak n’eo ket bet degemeret ar sistem-se – ennañ strizhded skiantel kreñvoc’h eget er sistemoù all. Estreget un nebeud elfennoù e veze adkemeret gantañ kinnigoù kengejus G. Berthou-Kerverzhioù, Alan Raude hag O. Mordrel. Evit bezañ klok, menegomp Jules Le Roux hag en doa hizivaet, en e Roman de Peredur, adalek 1923, doare-skrivañ ar c’hrennvrezhoneg. N’eo ket bet heuliet an arbennigourien-se.
Lavaret e moa ma-unan da F. Morvannou (aozer an Assimil), ma loc’he an doare-skrivañ nevez-se, e oa ret krouiñ un ti-embann hag embann meur a levr. Embann a rae ar peurunvan tost 95% an embannadurioù brezhoneg. Lakaet he deus ganedigezh Diwan, hag a implije ar peurunvan, ar feur-se da grskiñ c’hoazh, ha ral e oa an embannadurioù skrivet gant doareoù-skrivañ all.
Forzh penaos e oa re ziwezhat dija. Echuet e oa bet adreizhoù bras sistemoù reizhskrivañ ar yezhoù all a-raok ar brezel pe diouzhtu goude.
Ar sell ouzh ar yezh vodern
Ur spered zo hag a ziforc’h an daou du eus reizhskrivañ KLTG a-vremañ – daoust e tostont un nebeud skrivagnerien kentoc’h ouzh an hini gentañ, diskibl fall Roparz Hemon, eget an daou all : ar sell ouzh ar yezh vodern.
Goude bezañ bet ul lennegezh pinvidik betek an 16vet kantved en deus bet skrivet ar brezhoneg gant levrioù a zevosion, en ur yezh paour ha gallekaet, abaoe 1650 betek deroù an 20vet kantved. E-keit-se e voe adroet gant ar yezhadurourien Grégoire de Rostrenen ha Dom Le Pelletier (1663-1733) ur ster klasel d’ar brezhoneg hag adebarzhiñ gerioù kozh. Heuliet e voent gant Ar Gonidec, F. Vallée (1860-1949), R. Hemon (1900-1980) etre tud all.
Fellout a ra da zalc’hidi an doareoù-skrivañ skolveurieg hag etrerannyezhel, evit al lodenn vrasañ, chom gant ur yezh poblek, graet pidjin anezhi gant ma mamm hec’h-unan (1906-1996). Implijet e veze c’hoazh razh (hag holl), trugarez… gant ar rummadoù ganet a-raok 1914. Ne vez anavezet nemet gant ar re yaouank hiziv tout ha mersi – ouzhpennet bras dezhañ… evit seblantiñ brezhonekoc’h ! Gallout a reer keñveriañ an elzaseg a-vremañ, hag a lâr ivez “mersi” evit en em ziforc’hañ diouzh an alamaneg – met diouzh petra e fell deomp en em ziforc’hañ e brezhoneg ?
Adebarzhet he doa Skol Gwalarn gerioù kozh ha ne veze ket implijet abaoe ar Grenn-Amzer (poell, meiz…) ha kenaozet kalz nevezc’herioù. Y-B Kalloc’h en doa digoret an hent en ur adkemer ar ger krennvrezhoneg diougan, gant ar ster “prophétie” (tra ma ne dalveze nemet “présage, annonce (de pluie” en un doare rannyezhel), an henvrezhoneg dihuz “consolation”, dianav en testennoù abaoe ur milved. Amprestet en deus L. Herrieu meur a c’her eus ar c’hembraeg (anien, awen, delwenn…).
Kodet en deus F. Vallée implij ar rakgerioù ha lostgerioù – o deus graet eus hor yezh unan eus ar pinvidikañ. Kendalc’het o deus ar skrivagnerien da vagañ ar yezh vodern evit sevel ur yezh gouest da gevezañ ar re all betek o modernelezh. Chom a ra ur gudenn gant gouzout ma fell d’ar yezherien·ezed chom gant ur yezh rannet – ouzh unvaniezh an holl yezhoù lennegel – ha gant ur geriaoueg peizant ha krennamzerel.
Kroget mat eo argerzh ar vodernelaat gant ar yezh, kent ha ma implij aduerien·ezed ar yezh poblek gerioù kozh pe nevezc’herioù en ur soñjal eo ar yezh a-vepred.
E-keit-se e kendalc’he ar yezh d’en em rannañ : da heul brezel 14-18, da heul ar brezel diwezhañ, da heul dont war wel ar skinwel. Anavezet e veze gant ar rannyezhoù, kelennet gant ar c’hatekiz, ar pedennoù hag ar c’hantikoù, ur stumm klasel, standard (cf gwenedeg kelennet er c’hloerdi bihan). Bremañ ne chom nemet teodyezhoù lec’hel.
“Gant poan ha glac’har”, evel em eus skrivet da brezidant Dihun, em eus merzet e oa daou brogramm ar bloavezh-mañ gant Festival Bro Gwened, skrivet gant daou reizhskrivañ disheñvel, oc’h implijout gerioù kenforc’hus. “Pegoulz e vo tapet dameuc’h gant ar Vretoned ?” a vije lavaret Anjela Duval adarre. Ur “vantell fall” evit ur yezh eo atav ur reizhskrivañ. Forzh peseurt fromoù, abegoù spered a vefe, eo ret soñjal er studierien·ezed ha dreist-holl er vugale. Ma vez implijet doareoù-skrivañ ha geriaouegoù disheñvel gant pep strollad kelenn, petra a vo graet gant ar brezhoneg ? Poent eo soñjal ennañ.
Er c’hantved ma vevomp ne c’hall yezh ebet, dreist-holl ur yezh vinorel, chom gant daou zoare-skrivañ. Chañs ar gwenedeg zo gant un unvaniezh, gant treuzkas e binvidigezh er yezh voutin. Mod-all e vefe kondaonet. Ha, m’eus aon, ar peurrest gantañ.” (Per Dener, Au sujet de l’orthographe bretonne, 1958).
« Au siècle où nous vivons, aucune langue, à plus forte raison une petite langue, ne peut se payer le luxe de deux orthographes. La chance du vannetais réside dans l’unification, dans la transposition de toutes ses richesses en langue commune. Sinon, il est condamné. Et, j’ai bien peur, tout le reste avec. » (Per Denez, Au sujet de l’orthographe bretonne, 1958).
Turiaw AR MENTEG, ospital Gwened, du 2000,
Testenn adniverelaet ha stummet gant An Drouizig
