Lizherennerezh
Perzhioù dibar zo gant ar brezhoneg e-keñver e skrivañ. War ar bajenn-mañ e kinnig deoc’h An Drouizig un nebeud perzhioù dibar ha reiñ a ra skouerioù eus lizherennerezhioù implijet evel lizherennerezh vreizhek.
Skrivañ ar brezhoneg
K barrennet
Ul lizherenn implijet e brezhoneg hag e latin eo ar “K barrennet”. Stummet eo gant al lizherenn K gant ar varrenn a-dreuz dezhi. Gallout a reer gwelout ar “K barrennet” er marilhoù evit anvioù-lec’h pe anvioù-familh : Ꝃjézéquel evit Kerjézéquel, Ꝃmoisan evit Kermoisan. Abaoe 1955 eo difennet gant kemennadur hollek marilh ar boblañs ha gwelet eo evel “distresadur diguzh ar reizhskrivañ“.
En anvioù-familh
(tennet eus http://www.jtosti.com ).
Anvioù familh gall a vez a grog gant ur K’. Deus Breizh-Izel emañ an holl ha K’ hag a vez skrivet K/ a-wechoù memestra, a zo un doare berroc’h da skrivañ Ker. Neuze e vez graet K’dual anezhañ an hini a zo a-orin Kerdual, anv meur a ger e Penn-ar-Bed ha dreist-holl en Aodoù-an-Arvor hag e Morbihan. Kavet e vez e-giz-se anvioù familh K’Bourch, K’Danet, K’Delant, K’Divel, K’Dual, K’Gall, K’Hervé, K’Ignard, K’Jan, K’Morvan, K’Nevez, K’Ouas, K’Oullé, K’Ourio, K’Ros, K’Suzan, K’Varec, K’Vella, K’Vern. Divoutin a-walc’h emañ an holl met e vez kavet en Enez Ar Reunion ur bern K’Bidi ha K’Bidy a c’hellfe kenglot gant Kerbidic (anv daou ger e Morbihan).
Difennet K Barré
Un titourig diwar-benn ar K barrennet. Dont a ra deus Ministr ar Merdeadurezh hag an Trevadennoù, skrivet evit an Aotrouniezh Merdeadurezh d’an 19 a viz Ebrel 1881:
K/ difennet, evit reizhskrivañ an anvioù piaouel e-barzh ar skridoù ofisiel »[…] An doare-skrivañ-se a c’hell degas an dud d’en em gemmeskañ pe da luziañ an enklaskoù e-barzh an teulioù, taolennoù lizherennegel, dielloù, …Divizet em eus ne vo ket graet gant ar K/ ken e-barzh ar skridoù ofisiel, marilhoù, levrigoù, teulioù mareadek, hag all […]
Ministr ar Merdeadurezh hag an Trevadennoù.
Cloué. (Kemmenadur Ofisiel ar Merdeadurezh 1880-1883 Rann-levr 13).
Degemer ar K barrennet gant Unicode
Diviz gant Ken Whistler, rener teknikel Consortium Unicode, gant Patrick Andries. « En em glemm a ra lod eus ar Vreizhiz ma vez kavet K barrennet ebet nag arouezennoù o-unan evit ober ar CH ha C’H … »
E miz Meurzh 2008 e vez termenet lizherennoù ar K barrennet gant Unicode 5.1.
LATIN SMALL LETTER K WITH DIAGONAL STROKE, (U+A743)
LATIN CAPITAL LETTER K WITH DIAGONAL STROKE, (U+A742)
Klokaet ez eus bet un nodrezh (anvet KELT UNICODE) evit renkañ an dibarder breizhek-se. Kavet e vez enni div skouerenn lizherennerezhel.
Evit sternañ anezhi e c’hellit kopiañ ar restr TTF er renkell C:\WINDOWS\FONTS (pe D:\WINNT\FONTS …). Evit ober gant an arouezenn-se e-barzh ho arload e vo ret deoc’h diuz an nodrezh KELT UNICODE ha neuze ensoc’hañ an arouezenn-se a-drugarez d’an arc’hwel Insérer->Caractères Spéciaux adalek lañser pennañ Microsoft Word da skouer pe adalek ar goulev « Taolennad an Arouezennoù » (arc’hwel Démarrer->Exécuter… charmap.exe).
Hag unan all, KB CURVE e anv, rodellek anezhi hag e vez kavet ter seurt enni:
Nodrezhoù gant ar « K barrennet » : Junicode, Quivira, Code 2000, Everson Mono…
M’ho peus ezhommoù dibar e c’hell bezañ klokaet n’eus forzh peseurt nodrezh gant ar gevredigezh Korvigelloù An Drouizig. Atav e vo gwelloc’h gant un nodrezh frank a wirioù. Diazezet e vo ar K barrennet war stumm K ho nodrezh. Gallout a rit mont e darempred ganeoc’h dre bostel.
Un nodrezh breizhat ?
Alies pa glasker un tipografiezh krouet e Breizh, liammet ouzh sevenadurioù Breizh pe ouzh mennozh ar vreizhadelezh, en em gavomp gant re nebeud a zibaboù. N’eo ket nevez ar gudenn, hag abaoe deroù an 20vet kantved ha skignañ ar skoroù moullet er boblañs ez eus bet klasket diskoulmoù gant lizherennerien·ezed pe grafourien·ezed. Danvez al levr Skritur gant Fañch an Henaff eo ar glaskerezh-se.
Implij an oñsialoù
Petra eo un nodrezh oñsial ?
Un doare-skrivañ dibar d’al lizherenneg latin ha gresian implijet eus an trede kantved d’an eizhvet kantved eo an onciale. Krouet eo bet diwar pennlizherennoù ha dornskrivadur kozh roman. Skritur ar c’hCodex eo, stummet ouzh ar bluenn. E deroù an 9vet kantved e vez erlerc’hiet muioc’h-muiañ gant al lizherennoù karolinat, ha ne vez implijet nemet evit tresañ penn-kentañ al levrioù pe pennadoù, evel pennlizherennoù. Lakaet eo bet da vont diwar wel da vat eus an implij boaz gant an tiez-embann. An hanter-onciale, hag he deus roet an tipografiezhioù enezat iwerzhonat hag angl-ha-saoz, ne zeu ket eus an onciale met kentoc’h eus an dornskritur roman hag eus doareoù-skrivañ broadel diorroet goude kouezh an Impalaeriezh Roman. [Source]
Eus ur savboent istorel n’eo ket breizhek an oñsial ha dont a ra kentoc’h eus ar Grennamzer en Europa ar C’hôrnog. Koulskoude e vez gwelet alies evit taolenniñ mennozh ar vreizhadelezh. Peogwir e vez krouet hec’h identelezh dre hec’h implij stank gant an tiez-moullañ ha n’eo ket dre hec’h orin istorel pe douaroniel. Evel-se e vez gwelet al Libra, hag a zo belgiat, evel un tipografiezh breizhek, goude m’eo bet implijet meur a wech abaoe ar bloavezhioù 1930 en embann. Er memes mod eo bet implijet ar Vulcain (evel tipografiezhioù mentoniel all krouet el luskad Art Déco) evel un nodrezh vreizhek ivez, goude m’eo bet implijet gant ar Seiz Breur.
Skouerioù eus implij an oñsial evel nodrezh vreizhek
Al Libra
Arouez eus implij an onsial evel nodrezh breizhek eo al Libra.
Savet e penn-kentañ gant teuzerezh Plantin eus Anvers, Bro-Velgia, e oa bet implijet nodrezh « LibraBreizh » gant an tiez-embann e Breizh er bloazioù 1930. Berzh he doa graet adalek an deroù ha moulet e vez c’hoazh hiziv an deiz ganti ur bern traoù e Breizh. Kavet e vez anezhi war skritelloù an tiez-krampouezh, tiez-pred, tavarnioù, stalioù-levr, embannadurioù a bep seurt … Degas a ra da soñj eus nodrezhioù iwerzhonat, tost a-walc’h eo hec’h arouezennoù d’an oñsialoù.
Skoueroù eus implij al Libra evel nodrezh breizhek
An nodrezh Brito gant Fañch an Henaff
Ar Brito, krouet gant Fañch an Henaff, zo ar skouer klokañ eus ar pezh a c’hall bezañ un nodrezh hag a zo breizhek da vat. Disoc’h eus ur glaskerezh hir war istor an nodrezhoù e Breizh eo. Estreget m’eo bet krouet e Breizh da vat, ha gant ar pal da sevel skoroù gwelet brezhoneg, e c’haller implijout anezhi gant testennoù hir kement ha gant titloù, ar pezh ne c’haller ket ober gant an nodrezhoù oñsial.
Heverk eo ar Brito gant ar stumm lemm a gaver e pep arouezenn. Beg ar c’halam eo, korzenn benet ar skribed kentañ war taolennigoù-pri. 350 arouezenn zo ganti : goleiñ a ra evel-se an holl lizherennoù e meur a yezh. Reiñ a ra tu ivez da skrivañ en un doare emgefreek ereadurioù ar yezhoù keltiek, evel C’H pe GW brezhoneg, LL kembraeg, hag all.
Niverelaet ha stabilaet eo bet ar Brito e 2011 gant sikour Yoan De Roeck ha Malou Verlomme. Hiziv an deiz e c’haller implijout anezhi evit skoroù moullet ha niverel. N’eo ket digoust ha gallout a rit prenañ anezhi war lec’hienn Fañch an Henaff.
Spotka Alternate gant Xavier Dupré
Treset eo bet an destenn eus logo nevez Rannvro Breizh gant an nodrezh « Spotka Alternate ». Krouet e oa bet an nodrezh-se gant Xavier Dupré, ul lizherennour yaouank gall. Gallout a rit pellgargañ teul kinnig al logo nevez-se amañ.
Spotka Alternate
Spotka
Mammennoù war al lizherennerezh e Breizh
Setu ul levrlennadurezh verr war al lizherennerezh breizhat ha kelt.
- « Skritur », Fañch Le Henaff
- « Le Manuel complet de typographie », James Felici, Franck Romano.
- « Celtic Art, the methods of Construction », George Bain.