Meur a c’hoari video zo bet troet e brezhoneg gant An Drouizig. Setu ur roll amañ.
Ur c’hoari video shoot’em up ha rogue like eo Steredenn. Deuet eo er-maez e 2015. Gant un aergelc’h retro e rank ar c’hoarier·ez en em gannañ meur a wech a-enep listri an enebourien ha gallout a ra implij un arsanailh armoù meur evit gwellaat e·he emgannoù. Diorroet eo bet gant ar studio roazhonat Pixelnest Studio. Da gaout eo war Windows, Mac, GNU/Linux, Playstation 4, Xbox One, Switch hag iPhone/iPad.
Ur c’hoari miltamm tavarn eo Flipon. Ret eo d’ar c’hoarier·ez steudañ ar flipobloc’hoù ha diskoulmañ ar miltammoù. Diorroet hag embannet eo bet gant Damien Mayance, eus ar studio roazhonat Pixelnest Studio. Hegerz eo war Windows, Mac, GNU/Linux, Switch, Android hag iPhone/iPad.
M’ho peus ur gourvez-vank, dornelloù hag ur skinwel, hag e plij deoc’h kenaozañ an teir elfenn-mañ evit tremen ur prantad plijus gant mignoned gant ur c’hoari video e voc’h dedennet gant KBF: Knight Bar Fight, moarvat. Ur c’hoari nevez deuet er gouloù, diorroet gant KBF Team e dibenn studioù ar skipailh, hag embannet gant TyGames, un ti embann breizhat, kevelerien An Drouizig.
Ur c’hoari video open source eo SuperTux. Awenet eo bet gant opus kentañ Super Mario Bros. Lakaet eo bet digoust evit reizhiadoù korvoiñ Linux, MacOS ha Windows. Ur c’hoari savenn e 2D eo ha ret eo deoc’h echuiñ al liveoù en ur zaspugn an holl pezhioù moneiz evit tapout ar c’hont gwellañ.
Ur c’hoari video redadeg kirri e 3D eo SuperTuxKart (STK). Ur c’hoari dieub gant aotre GNU GPL 2 eo. Liessavenn eo. Mont a ra en-dro gant GNU/Linux, MacOS, Windows, BSD, Solaris, Haiku Android hag iOS. Meur a zoare redadeg a zo gantañ : redadeg normal, a-benn d’an eur, emgann, mell-droad, chaseadeg ar vioù, ha redadeg a-enep un enrolladenn.