Un nebeud troidigezhioù evit hezoug zo bet graet gant An Drouizig. Setu ur roll eus an arloadoù ga gaout.
Ur meziant dieub ha digoust graet gant ar savadenn hep pal kenwerzhel Mozilla eo Firefox. Kroget he deus ar gevredigezh An Drouizig gant treiñ Firefox adalek ar stumm 0.6.
Ul lenner sonerezh digoust ha dieub eo Vanilla Music. Diorroet eo bet gant adrian.ulrich. Simpl hag efedus eo, hag harpañ a ra an holl furmadoù son (MP3, OGG, FLAC, PCM). Reiñ a ra tu da urzhiañ ar sonioù diouzh tags ha teuliad.
Un arload postelerezh evit Android eo K-9 Mail. Open source eo ha mont a ra en-dro gant tost an holl darbarerien postelerezh. Reiñ a ra tu ivez da implijout ar sifrañ gant APG pe OpenKeychain.
Ur c’hlavier evit ho pellgomz hezoug ha graet evit bezañ efedus ha doujus d’ar vuhez prevez (n’eus kinnig gerioù ebet) eo Thumb-key.