Difazier okitaneg

Abaoe 2013 e labour skipailh An Drouizig gant panOccitan.org war un difazier reizhskrivañ okitaneg evit Microsoft Office. Eus labour Marc Lavaud e teu kreiz ar raktres, ha dont a ra al lodenn yezhoniezh eus labourioù ar yezhoniour okitanour Hervé Cassignac.

Pellgargit ar pack klok evit pellgargañ ar meziant evit an holl stummoù eus Word. Enframmañ a ra ar pack-mañ ur stalier hag a anavez stummoù Microsoft Office war ho urzhiataer hag a ginnig staliañ ar pack reizh.

Tapadennoù skramm

correcteur occitan - Difazier okitaneg
Installer pour Word - Difazier okitaneg