Difazier latin ha gresianeg kozh Titivillus

Un difazier latin ha gresianeg kozh evit Microsoft Word war Microsoft Windows eo Titivillus. Disklêriañ a ra ar fazioù ha reiñ a ra kinnigoù evit reizhañ. Tu zo ivez ouzhpennañ gerioù d’ur geriadur personel. Titivillus zo digoust penn-da-benn.

Titouroù talvoudus

Goude bezañ staliet an difazier latin ha gresianeg kozh Titivillus, en deus ouzhpennet Microsoft Word al latin hag ar gresianeg kozh evel yezhoù. Koulskoude ne vezont ket gwelet dindan an anvioù-se e roll ar yezhoù. Eno eo bet flastret div yezh a oa dija :

  • isi xhosa evit al latin
  • isi zoulou evit ar gresianeg kozh

Neuze, ma fell deoc’h skrivañ e latin, cheñchit da isi Xhosa ha krogit da vizskrivañ. Pe ma fell deoc’h gwiriañ reizhskrivañ un destenn e gresianeg kozh, usskedit anezhi ha dibabit isi Zulu. [Evezhiadenn : graet e vez Xhosa ha Zulu eus ar yezhoù-se e stummoù kozh eus Microsoft Word. Neuze, ma ne gavit ket isi Xhosa hag isi Zulu, gwiriit an anvioù hep “isi”.]

Ma vez implijet ganeoc’h ar c’hlavier gresianek liestaolet roet gant Microsoft Windows, eo ret deoc’h lenn al lodenn “Penaos stagañ al latin hag ar gresianeg kozh“. Pouezus eo an dra-se, mod all e vo doareoù d’ober diaezus gant Microsoft Word : tremen a ra d’an difazier reizhskrivañ gresianeg modern hep goulenn.

Evit gwiriañ reizhskrivadur al latin e c’hellit implijout ivez “Latin” e-lec’h “isi Xhosa”. En em soñjal a rit neuze “Perak ar fouzh o deus lakaet “isi Xhosa ?” E gwirionez ez eus tu implijout al latin, met degas a ra diaesteroù ouzhpenn. Evit gouzout muioc’h : “Penaos stagañ al latin hag ar gresianeg kozh“. Ma’z oc’h re lezireg evit lenn, implijit “isi Xhosa” evit gwiriañ reizhskrivañ an testennoù latin !

Tiredoù

Evit poent n’eo ket Titivillus gouest da anavezout fazioù tiredoù liammet gant an enharpelloù ha gant implij lemm/boud. Ma fell deoc’h gouzout muioc’h diwar-benn an dra-se ha diwar-benn bevennoù all, kit da lenn “Bevennoù anavezet“.

Kendivizioù reizhskrivañ

Bez eus kendivizioù disheñvel evit reizhskrivadur al latin. Diforc’hañ a ra aozerien·ezed/embannerien·ezed/broioù v hag u er reizhskrivañ (da skouer, veni vidi vici pe mundus vult decipi), ha gwelloc’h gant tud all chom hep ober (da skouer, ueni uidi uici pe mundus uult decipi). Gouest eo an difazier latin da wiriañ reizhskrivañ an daou stumm, met ret eo deoc’h dibab. Mod all e vefe ur c’hemmesk etredaou evel “uedi vidi uici”, ar pezh na vefe ket mat. Pa vo staliet Titivillus ganeoc’h evit ar wech kentañ, e vo goulennet deoc’h dibab unan eus ar pemp reoliñ. Klotañ a ra daou anezho gant kendivizioù reizhskrivañ evit al latin kozh, ha tri anezho gant kendivizioù reizhskrivañ evit al latin krennamzerel. Ma fell deoc’h cheñch ho arventennoù goude, digorit “Options de Titivillus”. Evit kaout muioc’h a ditouroù diwar-o-fenn, lenn al lodenn war-lerc’h.

Dibaboù Titivillus

Evit digeriñ “Options de Titivillus”, grit un daouglik war an arlun war ar burev pe dibabit Titivillus > Options de Titivillus e lañser Loc’hañ. Setu ar pezh a welit :

Titivillus options

Dibaboù an difazier latin

Efedoù a vo diouzhtu war an destenn-skouer (luvandae) gant al lodenn vrasañ eus ar cheñchamantoù a rit amañ. Da skouer, ma diaskit “Diforc’hañ etre u ha v”, e welit “luuandae”. Arventennoù raklakaet a zo diouzh ar pezh ho peus dibabet e-pad ar staliañ, met gallout a rit cheñch pep tra bremañ pe diwezhatoc’h.

Tri dibab a zo, na c’hellont ket bezañ skeudennaouet gant “luvandae”, neuze taolomp ur sell :

Al log da askañ “Accepter uniquement V” n’en deus ster nemet ma ne vez graet diforc’h ebet ganeoc’h etre u ha v, da lavaret eo ma’z implijit ar c’hendiviz reizhskrivañ luuandae. An dud a ra se n’int ket a-du gant an doare da skrivañ, d skouer, Ulpianus : daoust hag-eñ e vefe ret skrivañ Ulpianus kentoc’h eget Vlpianus (peogwir ne veze ket graet an diforc’h gant ar Romaned forzh penaos) ? Ma’z eo gwelloc’h ganeoc’h Vlpianus Valerium iuuat kentoc’h eget Ulpianus Valerium iuuat, askit al log-mañ.

Dav eo dibab “Tretiñ ti ha ci evel etreeskemmus” evit an testennoù krennamzerel, lec’h ma ne vezont ket diforc’het (da skouer, reizh eo nacio ha natio).

“Dianavezout an holl lizherennoù diakritek war ar vogalennoù” zo pouezus ma vez pouezet war ar vogalennoù gant makronoù, hag all, pe diskouezit ar pouez-mouezh pe traoù heñvel.

Talvoudus

Ma cheñchit unan eus an dibaboù-se en difazier latin eo ret serriñ hag adloc’hañ penn-da-benn Microsoft Office. Ma ne vez ket graet, ne gerzo ket an arventennoù nevez. Adloc’hañ an urzhiataer zo an doare ar simplañ da serriñ hag adloc’hañ penn-da-benn Microsoft Office. Ma fell deoc’h ober dre an dorn avat, ne zisoñjit ket eo ret serriñ ivez Microsoft Outlook (hag a zo ivez ul lodenn eus an heuliad Office). Al lañser arloadoù Microsoft Office ivez, ma ne vez ket serret, a viro ouzh ar cheñchamantoù.

Talvoudus ivez

M’ho peus labouret dija war un teuliad, gwiriet ar reizhskrivañ latin ha goude se hizivaet ho arventennoù e “Options de Titivillus”, ne vo ket hizivaet ar reizhskrivañ en un doare automatek gant an difazier latin. Da lavaret eo : ar gerioù, a oa e ruz a-raok, a zo ruz c’hoazh, ha pa vijen reizh hervez an arventennoù nevez. Evit reizhañ an dra-se, dibabit “Fichier > Options > Vérification > Vérifier le document”. Gwiriañ a ro an difazier a-nevez an teuliad a-bezh.

Perak isi Xhosa hag isi Zulu?

Marteze o deus dizoloet, un nebeud implijourien·ezed eus Microsoft Word, e oa al latin hag ar gresianeg e-touez roll ar yezhoù. Perak ne vezont ket implijet ?

Gresianeg modern eo “Gresianeg”. Ma vije erlec’hiet ar gresianeg gant gresianeg kozh, ne c’hallje ket, yezherien·ezed gresianeg modern, gwiriañ reizhskrivañ o yezh.

Evit an difazier latin, e c’hellfer implijout “Latin” evel “isi Xhosa”, gant ar memes disoc’hoù. Koulskoude e vefe kudennoù “pegañ” da ziskoulmañ. Gallout a rit lenn al lodenn “”Penaos stagañ al latin hag ar gresianeg kozh“.

Notennit : ne c’haller ket ouzhpennañ ur yezh da roll ar yezhoù e Word. Skornet eo gant Microsoft. N’eo ket posupl ouzhpennañ, da skouer, “gresianeg kozh”, ne c’haller nemet flastrañ unan eus ar yezhoù a zo dija.

Penaos stagañ al latin hag ar gresianeg kozh

Diwallit, setu lodenn ziaesañ an notennig !

Boaz fall a zo gant Microsoft Word o tremen eus ur yezh d’ur yezh all hervez ar c’hlavier implijet ganeoc’h. Da skouer : lakaomp em eus aozet un teuliad en alamaneg hag e gresianeg modern. Bewech e tremenan eus an alamaneg d’ar gresianeg, e tremen difazier Microsoft Office d’ar gresianeg en un doare automatek, hep bezañ goulennet. Daoust ma c’hall bezañ talvoudus, e c’hall ivez bezañ torr-penn.

Da skouer, lakaomp e labourit gant ur c’hlavier alamenek ha cheñch a rit yezh ar gwiriañ e latin :

Skrivañ a ran ur ger, pouezañ a ran war ar barenn egorenn – ha distreiñ a ran d’an alamaneg evel yezh gwiriañ. Perak ? Peogwir e vez anavezet gant Microsoft Office e labouran gant ur c’hlavier alaman, neuze ne c’hall nemet bezañ, ar yezh a skrivan, alamaneg, ha klask a ra Microsoft Office bezañ talvoudus. Huanad.

Petra a c’haller ober ? 

Evel-just e c’haller skrivañ dindan “alamaneg” ha war-lerc’h arloañ ar gwiriañ reizhskrivañ latin en ur usskediñ ar rannbennad hag en ur verkañ anezhi evel Latin. Met gwelloc’h eo tremen da “isi Xhosa” e-lec’h “Latin”. Perak ? Evit un abeg n’anavezomp ket e chom stag “isi Xhosa”.

Evel-se, dibabit “isi Xhosa” evel yezh gwiriañ, skrivit un dra bennak ha pouezit war ar barenn egorenn : chom a ra “isi Xhosa” evel yezh gwiriañ ha n’eo ket an alamaneg.

Gant Windows 10

Ma vez implijet Windows 10 ganeoc’h, hag HEPKEN ma vez implijet Windows 10 ganeoc’h, ez eus un trede diskoulm, hag a zo kemplesoc’h. Disoc’hoù gwelloc’h zo, koulskoude, ma vez ezhomm ganeoc’h da dreiñ alies etre an difazier latin hag ur yezh all : staliañ ur c’hlavier latin. An tu mat da se : gallout a rit implijout ur verradenn klavier (Windows + Egorenn e stummoù eus Windows a-vremañ) evit tremen d’ar c’hlavier all (ha yezh gwiriañ). Ouzhpenn-se eo marteze bravoc’h gwelout al latin evel “latin” kentoc’h eget evel “isi Xhosa”.

E penn kentañ, gwiriit aozadur ho klavier genidik. Sellit ouzh penn-kentañ renkad kentañ ar stokelloù lizherenneg. Kavout a ra al lodenn vrasañ eus an dud QWERTY, daoust ma vez AZERTY e Bro-C’hall hag e Belgia ha QWERTZ e Bro-Alamagn, Aostria, Suis ha Balkanioù ar C’hôrnog. Digorit “Options de Titivillus”, dibabit ho klavier e-touez ar roll ha staliit ar c’hlavier latin.

Set native keyboard - correcteur latin

Adloc’hit ho urzhiataer goude se. Ma ne rit ket ne zuio ket war wel ar c’hlavier, ha pa zeuje war wel, ne c’hallje ket mont en-dro (gwasoc’h eo, peogwir e c’helljer soñjal ez eus ur gudenn donoc’h, pa ne vez ket). Ne soñjit ket e kas ur postel d’ar skoazellerezh a-raok adloc’hañ ! Goude an adloc’hañ e kavit al latin evel yezh kemeret e karg er varrenn dleadoù :

Titivillus language options

Bewech e tremenit d’al latin e cheñch ivez yezh an difazier. Evit kaout cheñchamantoù buan e c’hellit implijout ar verradenn klavier (Windows + Barrenn egorenn).

Evit diverrañ : n’eus ket ezhomm da staliañ ar c’hlavier latin ma fell deoc’h implijout Titivillus. Met, ma ne vez ket graet, gwiriit reizhskrivañ pep testenn latin evel “isi Xhosa” evit chom hep kaout kudennoù “pegañ”. Ma ne vez ket implijet Windows 10 ganeoc’h, n’eus dibab all ebet, peogwir ne c’hellit ket staliañ ar c’hlavier latin.

Evit ar gresianeg kozh

Kudennoù damheñvel a c’hellit kavout gant ar gresianeg kozh. Chañs ho po ma lakait ar gresianeg kozh gant ur benveg evel MultiKey hag all : gallout a rit tremen da “isi Zulu”, ha Microsoft Word a chomo fur.

N’eo ket ken aes an traoù ma skrivit gresianeg kozh gant aozadur klavier gresian liestaolet Microsoft Windows ! Peogwir, ma weredekait ar wiriañ “isi Zulu” ha paouezit da vizskrivañ ur ger, e vo ur gudenn : kent ha ma pouezit war varrenn egorenn e soñj Microsoft Word eo finoc’h egedoc’h : “Ac’ha, implijout a ra un aozadur klavier gresian ! Ar yezh nemeti er bed oc’h implijout un aozadur klavier gresian eo ar “Gresianeg” ! Me a sikouro ar paourkaezh den-se ha cheñch a rin ar reizhskrivañ d’ar gresianeg modern !”. Dre chañs e c’haller talañ ouzh ar gudenn-se.

Digorit “Titivillus Options” ha klikit war “Install Ancient Greek Keyboard [Shown as isi Zulu]”.

Greek keyboard

Adloc’hit ho urzhiataer goude se. Ma ne rit ket ne zuio ket war wel ar c’hlavier, ha pa zeuje war wel, ne c’hallje ket mont en-dro (gwasoc’h eo, peogwir e c’helljer soñjal ez eus ur gudenn donoc’h, pa ne vez ket). Ne soñjit ket e kas ur postel d’ar skoazellerezh a-raok adloc’hañ ! Goude an adloc’hañ e kavit “isi Zulu” gant ur “c’hlavier liestaolet” evel yezh kemeret e karg er varrenn dleadoù :

correcteur latin - latin installé

Bremañ e c’hellit treiñ ha distreiñ etre ho klavier kenidik hag ar c’hlavier “ZUL”, ar pezh a cheñch er memes tro yezh ar wiriañ implijet gant Microsoft Word. Evit ober cheñchamantoù buan, implijit ar verradenn (Windows + Barrenn egorenn evit Windows 10).

 

Pouezus

Goude pep cheñchamant aozadur klavier eo ret adloc’hañ. Grit pa vez staliet pe distaliet ur bajennaozañ. Ma fell deoc’h staliañ ar c’hlavieroù latin ha gresianeg kozh er memes tro, adloc’hit ivez e keit-se. Ma ne rit ket e c’hellfit kavout traoù dic’hortoz.

Pouezus ivez

Evit dilemel ar c’hlavier latin pe gresianeg kozh, implijit “Titivillus Options” pe “Applications et fonctionnalités”, peogwir e vo louet ar bouton distaliañ e “Paramètres de langue” evit an aozadurioù klavier personelaet-se.

 

Evit diverrañ : ma vezit boazet gant bizskrivañ gresianeg kozh gant ur c’hlavier gresian liestaolet e vez kuzuliet staliañ ar c’hlavier “isi Zulu/gresianeg liestaolet”. Met n’eus ket ezhomm ma’z implijit Multikey pe ur benveg heñvel evit bizskrivañ gresianeg kozh.

Bevennoù anavezet

An difazier latin

Peurechuet eo lodenn latin Titivillus, diouzh ur savboent teknikel (hag a zo diazezet, e gwirionez, war stumm diwezhañ COL, Correcteur Orthographique Latin). Normalamant, ne vo kudenn ebet. Ne c’hall ket an holl c’herioù bezañ anavezet gant ar geriadur, met bihan e chom niver ar gerioù dianavezet.

Koulskoude, evit abegoù teknikel, ne c’haller ket kemmeskañ kendivizioù reizhskrivañ disheñvel er memes teuliad Word. Evel-se, da skouer, lakaomp e fell deoc’h menegiñ, er memes teuliad, ur pennad skrivet gant un aozer kozh en un embann bennak, hag ur bennad all gant un aozer krennamzerel en un embann hag a implij kenvidizioù reizhskrivañ disheñvel. Amañ, siwazh, ne c’hellont ket bezañ reizhet war ar memes tro. Met, evel-just, e c’hellit gwiriañ anezho an eil goude an egile.

An difazier gresianeg kozh

Ne vez ket gwiriet ar yezhadur gant al lodenn c’hresian eus Titivillus. Abalamour da se ne vez ket disklêriet evel direizh ar c’henaozadurioù taolet fall evel ἀπὸ εἰσίν ha οἱ δέ περιττοὶ. Peogwir e c’haller skrivañ an holl gerioù-se, daoust ma ne vez ket graet gant an urzh-se. Da lavaret eo : chom a ra dindan ho renerezh an tiredoù fin, an tiredoù lemm/boud ha taol-mouezh an enharpelloù – evit poent da nebeutañ.

Evit poent n’eo ket gouest, nag al lodenn latin nag al lodenn c’hresian, da wiriañ ar pennlizherennoù e penn kentañ ar frazennoù. (Ma’z oc’h dedennet gant gouzout an abeg : diforc’het e vez ar wiriañ reizhshrivañ hag ar wiriañ yezhadur gant Microsoft Word. Adalek bremañ e labour Titivillus gant ar wiriañ reizhskrivañ nemetken. Evit labourat war ar wiriañ yezhadur e vefe ezhomm lakaet re a nerzh, ar pezh neo ket posupl hep arc’hant). Mont a ra en-dro an difazierioù latin ha gresianeg kozh gant o lizherennoù nemetken.

Da lavaret eo : ma lakait un destenn en alamaneg evel “isi Xhosa/latin” e vo pep tra e ruz. Koulskoude, ma lakait un destenn e gresianeg kozh evel “isi Xhosa/latin” ne vo disklêriet fazi ebet ! Gwir eo ivez ar c’hontrol : ma lakait un destenn latin evel “isi Zulu” (da lavaret eo gresianeg kozh), ne vo disklêriet fazi ebet. Normalamant, ne vo ket ur gudenn re greñv, keit ha ma ne vez ket kemmesket ganeoc’h “isi Xhosa” hag “isi Zulu”.

Implijout a ran MacOS pe Linux

Evit poent, n’eus ket a stumm MacOS eus Titivillus abalamour ma vefe ezhomm re a amzer ha nerzh. Gallout a rit gwiriañ reizhskrivañ ho teuliad war un urzhiataer Windows, ha pa vije bet skrivet an teuliad war un urzhiataer Mac.

Gallout a rit ivez implijout LibreOffice (pe OpenOffice) war ur Mac pe un urzhiataer Linux ha pellgargañ ar geriadurioù-mañ. Notennit : n’eo ket kemeret e karg ar geriadurioù-mañ. Ouzhpenn-se e vo disoc’hoù gwelloc’h ma vez implijet Titivillus evit Microsoft Windows, peogwir eo bet enframmet meur a cheñchamant nevez (dreist-holl evit ar gresianeg kozh).

Perak n'eo ket Titivillus Open Source ?

N’eo ket Open Source peogwir, evit mont d’an arnodenn Office, e vez ret deoc’h bezañ aotreet gant Microsoft ha sinañ un NDA. Da lavaret eo, eo Philippe Basciano an den nemetañ hag a c’hall mont da god Titivillus.

Bet am eus ur gudenn oc'h implijout an difazier latin pe gresianeg kozh

Mont a ra en-dro mat an difazier reizhskrivañ peurliesañ, met lakaat a ra direizh un nebeud gerioù hag a zo reizh. Gallout a ra c’hoarvezout gant n’eus forzh peseurt difazier. Gallout a rit ouzhpennañ ar gerioù-se d’ho keriadur.

Pa dremenan da wiriañ "latin", goude pep ger, e tremen Microsoft Word eus al "latin" d'am yezh-mamm.

Lennit aketus ar bennad “Penaos stagañ al latin hag ar gresianeg kozh”. Implijit “isi Xhosa” evel yezh gwiriañ pe staliit ar c’hlavier latin.

Pa skrivan gresianeg kozh gant ar c'hlavier liestaolet, goude pep ger e tremen Microsoft Word eus "isi Zulu" da "gresianeg", da lavaret gresianeg modern.

Lennit aketus ar bennad “Penaos stagañ al latin hag ar gresianeg kozh”, staliit ar c’hlavier isi Zulu.

Staliet em eus ar c'hlavier latin ha/pe gresianeg kozh, met ne ya ket en-dro.

Ret eo deoc’h adloc’hañ bep tro ma cheñchit an aozadur klavier. Lenn aketus ar bennad “Penaos stagañ al latin hag ar gresianeg kozh”. Distaliit an aozadur klavier (unan hag unan ma vez an daou ganeoc’h) hag adloc’hit (da lavaret eo, adloc’hit div wech ma vez an daou ganeoc’h). Staliit a-nevez goude-se hag adloc’hit. Meur a adloc’hañ, met efedus eo.

Ne ya ket en-dro tamm ebet ar wiriañ reizhskrivañ.

Pellgargit www.riedlberger.de/sample.docx ha www.riedlberger.de/Titivillus-test.pdf . Grit an test war sample.docx rik-ha-rik evel ar pezh a zo diskrivet er PDF. Diwallit mat ouzh pep pazenn. Daoust hag-eñ e ya en-dro bremañ ?

Ma oa ya ar respont, n’eus netra da welet ar gudenn gant Titivillus. Sur a-walc’h eo bet diweredekaet ar wiriañ (al log da askañ er boest-kendiviz, gwelout an displegadenn er PDF). Pe re a fazioù a zo en un teuliad ha pouezet en deus Microsoft Word da wiriañ an teuliad. Pe ur gudenn damheñvel a zo. Pe kasit ur postel da peter@riedlberger.de ha roit munudoù ar muiañ ar gwellañ diwar-benn ho kudenn.

An dud o deus kemeret perzh er raktres

Philippe Basciano

Kodet en deus Philippe Basciano Titivillus. Labourat a ra abaoe pell evel diorroer e embregerezhioù etrevroadel ha tapet en deus muioc’h a ugent bloaz a skiant-prenet e diorren meziantoù. Gant An Drouizig en deus lakaet e anaoudegezh da wareziñ ar brezhoneg. Kroget en deus Philippe gant bezañ dedennet gant an difazierioù reizhskrivañ dre ar brezhoneg, ha neuze en deus lakaet kalz nerzh evit labourat war difazierioù reizhskrivañ e yezhoù all evel an difazier latin.

Marjorie Burghart

Marjorie Burghart, eus CNRS (UMR 5648 CIHAM, Lyon, Bro-C’hall) zo krennamzerour ha humanour niverel. Renet he deus raktresoù pennañ war dachenn an Humanouriezh Niverel, e o zouez an TEI Critical Apparatus Toolbox, Enigma (degas a ra sikour d’an henskridoniour latin o labourat war loci desperati), hag, evel-just, Verba, hag a zo an diaz roadennoù e kerz dindan COL (da lavaret eo al lodenn difazier latin eus Titivillus). Reiñ a ra kuzulioù war al lodenn latin eus Titivillus.

Federico Boschetti

Federico Boschett, eus Linguistica Computazionale ar CNR hag eus Kreizenn Humanouriezh Niverel Publik Venezia, zo ur c’hlaskour en humanouriezh niverel ha kemeret en deus perzh e meur a raktre, en o zouez Tuft’s Perseus, evel klaskour pedet e 2009 ha 2013. Un nebeud amzer zo en deus implijet, e-pad prantad prientiñ un hollad binvioù evit anaoudegezh optikel lizherennoù ar gresianeg kozh, un diskarg eus Morpheus gant Greg Crane evit krouiñ ur geriadur eus stummoù ar gerioù gresian. Reiñ a ra ar geriadur-se diazezoù lodenn c’hresian Titivillus.

Peter Riedlberger

Peter Riedlberge, eus skol-veur Bamberg, zo ur c’hlaselour sot gant an urzhiataerezh. Dedennet eo, etre traoù all, gant lezennadurezh an Henamzer diwezhat ha gant Aktaoù ar Senedoù-Meur. Ampart eo evit bodañ an dud reizh. Ouzhpenn-se e klask da vat ober diouzh e wellañ evit skrivañ notennigoù.

Trugarekaat

  • Bridget Almas, hag he deus diskouezet deomp an dump Morpheus diwezhañ, hag he deus kemeret perzh e wellaat geriadur orin Federico. 
  • Ester Carreón, hag he deus graet arlun hollgaer Titivillus.
  • Gregory Crane, hag a zo an denen deus graet Morpheus.
  • Andreas Hartmann, hag en deus sikouret deomp da ziskoulmañ ar gudenn gant ar c’hlavier gresianeg liestaolet.
  • William Whitaker (†), ar gerioù dezhañ o deus roet tu da grouiñ Verba.

Klozadur

Ur skouer hollgaer eus ar pezh a zo posupl ober gant ar c’henober treuzeuropat eo Titivillus. Bugel ar garantez eo ivez : ral a wech eo bet ken fentus evel strollañ an difazier-mañ. E ken kaz n’ho pefe ket klasket c’hoazh war Google, eo “Titivillus” anv un droukspered, a ao aon dirazañ er Grennamzer abalamour ma oa abeg d’ar fazioù e skridoù ar scribed. Goude m’hon eus tapet anezhañ ha toullbac’het en ul lec’h didec’hus savet diwar ur c’hod galloudus, eo ret dezhañ en em zasprenañ en ur wiriañ aketus an holl eus ho testennoù latin ha gresianeg kozh evit diwall ouzh fazioù bizskriv a c’hell bezañ.

Istor ar stummoù

30 Jan 2021V1.2.1Bug fix regarding the “ignore words containing numbers” option
25 Jan 2021V1.2Some minor bug fixes (dictionaries for very old Microsoft Office versions; adding words that include ligature diphthongs to a personal dictionary); some improvements for the suggestions (no suggestion that includes a space for Latin or with an acute on the last syllable for Greek; enhanced suggestion handling for capitalized Greek words).
19 Jan 2021V1.1Bug regarding the handling of some Greek uppercase letters fixed; enhanced log file.
18 Jan 2021V1.0.3Failed installation bug fixed; settings for a second user account are now correctly saved.
16 Jan 2021V1.0.2“Please restart Microsoft Office” dialog appears only if any setting was changed; Unicode usernames are now correctly handled
15 Jan 2021V1.0.1Minor bug fixed which prevented the installation under specific circumstances.
13 Jan 2021V1.0Launch of the first version of Titivillus.

Tapadennoù-skramm

Screenshot of Titivillus for latin - Correcteur latin
Correcteur orthographique de grec