Levreloù

Levreloù en domani foran pe gant aotreoù Creative Commons zo da gaout gant mentrezhoù elektronek : epub, PDF ha text.

Evit lenn al levreloù : gallout a rit implijout Calibre (lañvaz GNU/GPL) pe Epub reader, hag a zo un askouezh evit Mozilla Firefox. Arloadoù all a zo, sellit war pajenn Wikipedia

Bilzig

Gant Fañch Al Lae, romantour brezhonek (1859-1937 e Lokireg). Testenn tapet diouzh Wikimammenn.

Kontadennoù Fañch an Uhel

Kontadennoù Fañch an Uhel

Kontadennoù dastumet gant Fañch an Uhel (a sine a-wechoù Fañch ar Moal), 1821-1895, tudoniour ha barzh. Testenn tapet diouzh Wikimammenn.

Luc'hed ha moged

Skrivet gant Fañch Abgrall (Boneur, 1906-1930), skrivagner e galleg hag e brezhoneg. Testenn tapet diouzh Wikimammenn.

Lan Inisan - Toull al Lakez

Toull al Lakez

Skrivet gant Lan Inisan,1826-1891, beleg ha skrivagner brezhonek brudet evel oberour ar c’hentañ romant brezhonek embannet. Testenn tapet diouzh Wikimammenn.

Levreloù - Ar Gwenan

Ar Gwenan

Savet gant Jean-Louis Henry e 1906. Niverelaet hag amdroet gant skipailh an Drouizig.

Levreloù - Fablennoù la Fontaine e brezhoneg

Fablennoù La Fontaine

Fablennoù La Fontaine troet e brezhoneg gant Pierre-Désiré de Goësbriand. Testenn aet en domani foran ha tapet diouzh Wikimammenn.

Bah Sant Guenole

Bah Sant Guenole

Skrivet gant Job Er Bayon (pe ivez Job Er Glean),  1876 Pleuwigner 1935  Kolpoù), skrivagner-pobl ha lusker d’ar c’hoariva-pobl e brezhoneg, e Bro-Gwened. Testenn tapet diouzh Wikimammenn.

Livr el labourer

Livr el Labourer

Livr el labourer, skrivet gant Joachim Guillome, a zo bet tapet diouzh www.archive.org. Reizhet hag amdroet da ventrezh epub gant Denis. Un handelv e peurunvan a zo bet embannet gant Preder

Mignoun ar Vugale

Mignoun ar vugale

Skrivet gant ar c’horonal Troude, tapet diouzh www.archive.org. Reizhet hag amdroet da ventrezh epub gant Denis.

Levreloù - Santez Trifina

Santez Trifina hag ar roue Arzur

Mister e pemp arvest gant Charlez Gwennou. Tapet diouzh Wikimammenn.

Levreloù - Marvailhoù ar Vretoned

Marvailhou ar Vretoned e-tal an tan

Savet gant Glaoda ar Prad ha embannet e 1907. Tapet diouzh Wikimammenn.

Ar C'hornandoned

Ar C'hornandoned

An Ozeganned skrivet gant Job Er Bayon and troet da KLT gant Yann-Vari Perrot.

Oberennoù Gab Milin

Gab Milin, pe Gabriel Milin, ganet d’an 3 a viz Gwengolo 1822 e Kastell-Paol ha marvet d’ar 27 a viz Kerzu 1895 en Enez-Vaz, a oa un dastumer kontadennoù, ur barzh hag un troer. Kouezhet eo e oberennoù en domani foran.

Marvaillou grac'h koz

Tapet diouzh Wikimammenn.

Ar marvailler brezounek

Gant Gab Milin ha A-E Troude tapet diouzh Wikimmammenn.

Gwechall-goz e oa...

Tapet diouzh Wikimmammenn.

Furnez ar geiz, euz a vreiz

Tapet diouzh Wikimammenn.

Marvailhoù ar geriadur Troude

Benedisite, Ar paotr Laouik hag an Aotrou Doue, Treiz Plougastel ha Fillor Sant Per tennet eus ar geriadur Nouveau dictionnaire pratique Français et Breton embannet gant ar c’horonal Troude e 1869 ha 1886. Gab Milin a zo an oberour Benedisite hag ar paotr laouik hag an Aotrou Doue. Tapet diouzh Wikimammenn (hag amañ).

Levreloù - Skridoù Jakez Riou

Oberennoù Jakez Riou

Skrivagner yaouank Gwalarn Jakez Riou a oa marvet e 1937. Setu an holl oberennoù Jakez Riou barzhonegoù, pezhioù-c’hoari, danevelloù, romantoù ha troidigezhioù. An holl oberennoù zo kouezhet en domani foran.

Barzhonegoù

Troioù-kamm Alanig al louarn

Gant Jakez Riou diwar Goethe “Reineke Fuchs”, tapet diouzh Wikimammenn.

An ti satanazet

An ti satanazet, skrivet gant Jakez Riou, a zo bet niverelaet gant Alphonse Nandert evit ar raktres FURCH. Amdroet da ventrezh epub gant Denis.

Lizer an hini maro

Lizer an hini maro, savet gant Jakez Riou, amdroet da ventrezh epub gant Denis.

Peder danevell

Ar Morskouled, Brec’hilien (Ar manac’h mogn), Tan war c’horre Kemenez ha Pec’hed marvel Gregor Kogan tapet diouzh Wikimammenn.

Danevelloù all gant Jakez Riou

Geotenn ar Werc’hez, Mona, Yun, Anna Tregidi, Gouel ar Sakramant, Ar Run-Heol, Ar goulenn, Lan, embanner al ludu, ha Prometheus ereet tapet diouzh Wikimammenn.

Dogan

Pezh-c’hoari en un arvest savet gant Jakez Riou.

Gorsedd-digor

Pezh-c’hoari en un arvest savet gant Jakez Riou.

Nomenoe oe !

Pezh-c’hoari e nav arvest savet gant Jakez Riou.

Torfed ar frer Juniper

Pezh-c’hoari skrivet gant Herri Ghéon, troet gant Jakez Riou.

Levreloù - Lexique complémentaire Imbourc'h

Lexique complémentaire Imbourc'h

Ar geriaoueg-mañ zo bet savet gant Jil Ewan, Marc’h Kleur ha Youenn Olier evit Imbourc’h, embannet e 2000. Lañvaz Creative Commons zo gantañ. Dindan tri furmad eo da gaout.

Levreloù - Levrioù ar Bibl

Levrioù ar Bibl

Troet eo bet levrioù ar Bibl gant Gwilh ar C’hoad. Ar skrid-orin zo bet embannet e 1893 ha 1897. Niverelaet ha lakaet e peurunvan eo bet goude-se gant Lukas Bernikod evit Ar Bibl en Anjev hag e Breizh, hag adwelet e 2011. Amdroet eo bet da ventrezh epub gant Denis. Dindan lañvaz Creative Commons by-nc-sa eo pep levrel.

An Testamant Nevez Koad 21

Kanenn ar C'hanennoù

Levr an diskuliadur

Ar C'heneliezh

Levreloù - 7 kontadenn

Ur wezh e oa, ur wezh ne oa ket, ur wezh e oa bepred...

7 kontadenn ar bed e-bezh troet e gwenedeg gant Gwendal Mevel. Gant lañvaz Creative Commons BY-NC-SA.

Levreloù - Pont Krac'h, pont an diaoul

Pont Krac'h, pont an diaoul

Ur c’hoari farsus en un arvest eo. Dianav eo an oberour.

Levreloù katolik

Levreloù katolik

Sarmonioù an Aotrou Quéré (levrenn I)

Levrenn I Samonioù an Aotrou Quéré a zo bet niverelaet gant Alphonse Nandert evit ar raktres FURCH. Daskemmet e oa bet an handelv-mañ a-benn gwellaat ar merdeiñ e-touez ar chabistroù.

Bue ar Zent

Bue ar Zent, skrivet gant Yan-Vari Perrot, a zo bet niverelaet gant Jean-Claude “Marikavel” Even war e bajennoù marikavel.org. Amdroet da ventrezh epub gant Denis.

Gloarioù an Itron Varia

Troidigezh al levr Glorie di Mari savet gant sant Ligori. Tapet diouzh Wikimammenn hag amdroet da ventrezh epub gant Denis.