An Drouizig Difazier

Diorren a ra skipailh An Drouizig he difazier brezhoneg, An Drouizig Difazier, evit Mac ha Windows. Gallout a rit pellgargañ anezhañ amañ.

an drouizig difazier

Doujañ a ra An Drouizig Difazier ouzh ar peurunvan ha degemer a ra meur a stumm geriaouegel. Tennet e vezont dreist-holl eus nevezc’herioù hag eus geriaoueg rannyezhel. Gant ur geriadur, 60 000 ger ennañ, hag a ginnig 1,6 milion a stummoù displeget, e c’holo an difazier-mañ an holl liveoù eus implij ar brezhoneg. Ouzhpenn-se e vez enframmet gant an difazier ul lusker enklask automatek (troc’hañ a ra ar gerioù e fin al linennoù) hag un dielfenner yezhadur, gantañ ar pal pennañ dinoiñ fazioù kemmadur.

Enframmet eo ar binvioù-se penn-da-benn en heuliad. Prouadet don eo bet ar program war ur c’horpus yezhel 20 milion ger brezhonek ennañ, ha reiñ a ra da welout bremañ un anaout pleurglok eus stummoù displeget ar brezhoneg. Ur benveg pedagogel eo ar meziant-mañ : talvoudus eo evit an deskidi, hag ivez evit an holl dud hag a skriv e brezhoneg bemdez : kelennerien·ezed, kazetennerien·ezed, animatourien·ezed, hag all.

Abaoe e embann kentañ e 2007 eo bet pellgarget ar programm gant miliadoù a dud dija. En em azasaat a ra adarre hiziv en ur heuliañ nevezenti diwezhañ deuet er-maez war marc’had an teknologiezhioù nevez.

Trugarekaat a reomp ar re o deus sikouret deomp mod pe vod da lakaat an ostilh-mañ war e sav, evel m’emañ hiziv. E-touez anezho, Tomaz Jacquet, Milio Latimier, Mikaël Coïc, Gwenael Dage, Paskal Belz, Gwenael Morio, Divi Kervella, Iwan Kadored, Yann an Aod, Albert Boché, Tugdual Kalvez, Dominique Pellé…

Pellgargañ An Drouizig Difazier

Abaoe miz Kerzu 2020 e c’haller pellgargañ ur package klok gant stumm diwezhañ an difazier evit an holl stummoù eus Microsoft Office evit Microsoft Windows. Gant ar package-mañ ez eus ur stalier hag a anavez ar stummoù eus Microsoft Office staliet war hoc’h urzhiataer, ha kinnig a ra staliañ ar package reizh.

Da lenn ivez : kefluniañ mat an difazier evit Microsoft Word, ha keleier diwar-benn skor ar pack yezhel brezhonek evit MacOSX.

Talvoudus : evit ar staliañ

Siloù “SmartScreen”. Daoust ma vez sinet restroù binarel an diskoulm, e c’hall hoc’h urzhiataer kinnig ur gemenn evel-se.

Ret eo neuze klikañ war “Muioc’h a ditouroù” pe “More Info” (“Informations complémentaires”) ha kenderc’hel gant ar staliañ.

Kefluniañ An Drouizig Difazier

Digoradur

Diwall : evit Windows 7 ha Windows 10 eo ret staliañ ar brezhoneg evel yezh mont e-barzh evit ma chomo stag yezh ar bizskrivañ e Microsoft Word. Evit staliañ ur yezh mont e-barzh e c’hellit lenn an tuto Changer la langue d’entrée ou de saisie du clavier dans Windows 10. Ma ne zeuit ket a-benn da staliañ ar brezhoneg evel yezh mont e-barzh, e adkemero Word ho yezh dre ziouer evel yezh bizskrivañ (galleg, saozneg, hag all).

Gant Microsoft Word : er boest kendiviz hag a ginnig ar yezhoù skoret, diaskit al log “Détecter la langue automatiquement”. N’eo ket gouest Word da anavezout ar brezhoneg en un doare automatek.

 

Comment configurer An Drouizig Difazier

Kefluniañ

Ret eo kefluniañ mat ar meziant evit ma vo stummet diouzh ar gwellañ ouzh ho arventennoù yezhel. An holl stummoù evit Microsoft Office a ginnig ar boestoù-kendiviz-mañ. Gallout a rit kavout anezho dre boest-kefluniañ ar meziant An Drouizig ha dre Word :

Lañser Windows > Loc’hañ > An Drouizig > Dibaboù An Drouizig. Dibabit, hervez ho ezhommoù, arventennoù kargañ ar geriadurioù da zibab (nevezc’herioù, barennigoù, skraboù, geriadurioù rannyezhel).

Configurer le correcteur de breton

Dre Word : dibabit arventennoù gwiriañ yezhadur ar brezhoneg.

  • Kemmadurioù = gwiriañ a ra ar c’hemmadurioù.
  • Yezhadur = gwiriañ a ra ar sintaks.
  • Pep tra = Kemmadurioù + Yezhadur.

Ar skrammoù amañ dindan a ziskouez penaos e vez degemeret ar brezhoneg en endro Microsoft (amañ gant Windows 7 + Office 2013), kentre m’eo bet staliet ar c’hlavier C’HWERTY hag an difazier brezhoneg.

Comment configurer An Drouizig Difazier 04
configurer le correcteur breton

An demo WebEx hag an teuliadur war An Drouizig Difazier

Evit gwelout un diskouez eus kefluniañ an difazier gant Microsoft Office, krogit gant pellgargañ ha staliañ WebEx Recorder and Player (meziant skañv ha digoust). Goude :

  • Pellgargit restr an demo (XP + Office 2003 galleg), klikit warnañ evit lansañ an demo.
  • Pellgargit restr an demo (XP + Office 2000 saozneg), klikit warnañ evit lansañ an demo.
  • Pellgargit restr an demo (XP + Office 2007 galleg), klikit warnañ evit lansañ an demo.
  • Pellgargit restr an demo (Vista + Office 2007 galleg + merañ ar geriadur personel).
  • Pellgargit restr an demo (XP + Office 2010 galleg + merañ ar geriadur personel).