Klavier C'hwerty

Kinnig a ra ar gevredigezh An Drouizig ur c’hlavier C’hwerty evit an urzhiataer. Graet eo bet evit respont ur goulenn a veze graet alies ha kreñvoc’h-kreñvañ. Enframmañ a ra klavier C’hwerty An Drouizig perzhioù dibar ar brezhoneg ha traouigoù all evit aesaat ar biziata e yezhoù all.

Kinnig hollek ar c'hlavier C'hwerty

Stummet eo bet klavier C’hwerty An Drouizig war-eeun diwar ar c’hlavier AZERTY gall. Merañ a ra peder stokell ouzhpenn C’H, CH, Ù ha Ñ evit reiñ tu da vizskrivañ un destenn e brezhoneg.

Evit bizskrivañ ivez testennoù e galleg eo bet miret ar stokelloù C, Q ha X, daoust ma n’int ket implijet e brezhoneg. Miret eo bet ivez ar stokelloù à, ç, è hag é er memes lec’hioù hag ar c’hlavier AZERTY.

Diouzh reolad diwezhañ an ISO-8869-15 eo ar c’hlavier ha roet eo bet stokelloù d’al lizherennoù € œ Œ hag Ÿ. Ouzhpenn-se e ro stokelloù da æ Æ « » ¢ É ha kalz lizherennoù all hag a zo talvoudus evit al liesyezherien·ezed. E-touez traoù all e c’hall merañ lizherennoù diforc’hus an holl yezhoù keltiek (kembraeg, iwerzhoneg, gouezeleg Bro-Skos, kerneveureg ha manaveg) ha re an esperanto ivez.

Clavier c'hwerty - C'hwerty Keyboard

Ur bitrak, tra ken?

Evit kendrec’hiñ ac’hanoc’h eo talvoudus ar c’hlavier brezhonek e kinnigomp deoc’h ur pennad tennet eus un trakt politikel graet evit ar c’houlzad rannvroel e 2004. An tiredoù a vank, dreist-holl war an ù ha ñ, ha fazioù bizskrivañ a zo gant “le’ch” e-lec’h “lec’h”, ar pezh a ziskouez e chom diaes skrivañ brezhoneg gant ur c’hlavier gall (pe saoz) !

Ur c’hammed bras war-raok eo kas war-raok ar brezhoneg er vuhez foran. Koulskoude zo pouezus fiziout er yezhourien aketus gant ar skritur, n’eus forzh peseurt doare-skrivañ e vefe…

     Clavier / Keyboard / Klavier C'hwerty

Taolenn teiryezhek stokelloù klavier C’hwerty

Brezhoneg

Français

English

Achaperezh

Échappement

Escape

Taolennata

Tabulation

Tabulation

PrennPennlizherenn

Verrouillage Majuscule

Caps Lock

Pennlizherenn

Majuscule

Shift

Reol

Contrôle

Control

Erlec’hiañ

Alternatif

Alternate

Souzañ

Retour

Backspace

Enankañ

Entrée

Enter

Arouezenn Erlec’hiañ

Graphique Alternatif

Alternate Graphics

Ensoc’hañ

Insérer

Insert

Dilemel

Supprimer

Delete

Dibenn

Fin

End

MoulSkramm

Impression Écran

Print Screen

Arsav Dibun

Arrêt défilement

Scroll Lock

Ehan

Pause

Pause

Span

Attente

Break

Prennsifrennoù

Verrouillage Numérique

Numeric Lock

Kewerienn¹ (K1,…)

Fonction (F1, …)

Function (F1, …)

Deroù

Origine

Home

Paj. Adreñv

Page précédente

Page up

Paj. A-raok

Page suivante

Page down

Dihun

Réveille

Wake up

Kousk

Veille

Sleep

Lazh

Éteindre

Power off

¹ = Arc’hwel

C'hwec'h abeg evit erlec'hiañ ho klavier Azerty

Respont da ezhommoù ar v·brezhonegerien·ezed

Peder stokell rekis evit bizskrivañ e brezhoneg a zo gant klavier C’hwerty An Drouizig : C’H CH Ù ha Ñ. Gallout a reer skrivañ lizherennoù diforc’hus all ar yezh (ê, ü…) gant an doare klasel : en ur bouezañ war stokell an tired a-raok pouezañ war stokell al lizherenn diazez. Da skouer, evit skrivañ an ê er ger kêr, eo ret pouezañ war ^ ha goude war e.

Skoret eo ar peurunvan kenkoulz hag an etrerannyezhel. Ar skolveurieg hag ar gwenedeg (“falhuneg”) a vez implijet nebeutoc’h-nebeutañ neuze ne dennont ket kement splet eus an arc’hweladurioù-se.

Gwellaat an Azerty ha respont da ezhommoù ar c'h·gallegerien·ezed

Doujañ a ra ar c’hlavier ouzh ar reolad etrevroadel diwezhañ ISO-8895-15 (Latin-9) ha reiñ a ra stokelloù d’al lizherennoù € œ Œ et Ÿ. Bez eus ivez lizherennoù ISO-8859-1 all, dilezet gant ar c’hlavier Azerty daoust m’int talvoudus e galleg, evel æ Æ Ç « » , gant ur stokell roet dezho ivez.

Skoueroù gant gerioù galleg an ereadur œ  enno :

Bœuf, cœlome, cœlacanthe, cœliaque, cœur, chœur, fœtus, manœuvre, mœurs, nœud, œcuménisme, œdème, œdipien, œil, œillade, œillets, œnologie, œsophage, œuf, œuvre, sœur, vœu, stœchiométrie, …

Anvioù-lec’h e Breizh an ereadur œ  enno :

Plœmel, Plœmeur, Plœren, Plœuc-sur-Lié, Paimbœuf, Le Fœil, Bonnœuvre, Hœdic, Tresbœuf, …

Gerioù galleg a orin latin an ereadur æ  enno :

Lætitia, ex-æquo, curriculum vitæ, ægosome, cæcum, uræus, æsthésiomètre, cælostat, cæruleum, cæsium, dæmonorops, althæa, cobæa, æschne, æpyornis, cæcal, mélæna, æthuse, et cætera, …

Ne c’haller ket kaout al lizherennoù « ha », hag a zo ar c’hlochedigoù galleg, gant ur c’hlavier Azerty. Gallout a ra un nebeud meziantoù, meziant Microsoft Word en o zouez, erlec’hiañ ar c’hlochedig ” saozneg gant ar c’hlochedigoù galleg, met an dra-se ne vez ket graet gant al lodenn vrasañ eus ar meziantoù.

Ouzhpenn-se ne c’heller ket kaout ar pennlizherennoù É ha Ç kennebeut gant ur c’hlavier Azerty. An difaziañ nemetañ gant ur meziant a c’hall eilaozañ anezho pa vez ezhomm, da skouer ma vezont e penn-kentañ ur frazenn.

Implijet c’hoazh e vez al lizherenn Ÿ e anvioù kêr pe anvioù familh MOŸ, HAŸ-LES-ROSES, AŸ, CROŸ, LOUŸS …

Arnodenn verr… Skrivit an destenn-mañ gant ur c’hlavier Azerty :

LEÇON DE FRANÇAIS PAR LÆTITIA LEBŒUF-JUŸ

OÙ QU’IL RÉSIDE, À NÎMES OU MÊME À CAPHARNAÜM, TOUT FRANÇAIS INSCRIT AU RÔLE, PAIERA SON DÛ (12.345.678,90 Euros (€), DÈS AVANT NOËL, QU’IL SOIT NAÏF OU RÂLEUR

Merañ mat an holl yezhoù keltiek

Reiñ a ra tu deoc’h ar c’hlavier C’hwerty da gaout an holl lizherennoù diforc’hus eus ar c’hwec’h yezh keltiek. Implijout a ra e-touez traoù all an norm ISO-8859-14 (Latin-8) hag en deus reoliekaet bonegoù diwezhañ al lizherennoù diforc’hus na oa ket bet termenet c’hoazh evit ar yezhoù-se. An arouezenn arbennik-se, hag a zo da gaout gant Windows 2000/XP evit al lodenn vrasañ, a zo :

Brezhoneg peurunvan

Klavier / Keyboard / Clavier C'hwerty

Kerneveureg peurunvan

[ezhomm zo da gaout un nodrezh UNICODE Latin Extended-B evit an y+.]

Cornish gant klavier C'hwerty

Iwerzhoneg

Iwerzhoneg gant klavier C'hwerty

Iwerzhoneg kozh

[ezhomm a zo da gaout un nodrezh UNICODE Latin-8. gwelet FAG]

Iwerzhoneg kozh gant klavier C'hwerty

Manaveg

Manaveg gant klavier C'hwerty

Gouezeleg Bro-Skos

Gouezeleg bro-Skos gant klavier C'hwerty

Kembraeg

Kembraeg gant klavier C'hwerty

Da skouer, un destenn e gouezeleg kozh :

Merañ an esaouennoù didroc'hadus

Reiñ a ra tu deoc’h ar c’hlavier da lakaat un esaouenn didroc’hadus en ur bouezañ war « PENNLIZHERENN+ARERL+BARRENN ESAOUIÑ ». Talvoudus eo ma fell deoc’h ne vefe ket tu da droc’hañ ul lodenn dre an esaouennoù. Dreist-holl pa vezer oc’h embann pajennoù web : gallout a rit chom hep m’en em gavfe klochedigoù pe pikoù-arsav o-unan e penn-kentañ ul linenn.

Merañ kalz a yezhoù europat all

Notennit : Reiñ a ra tu deoc’h ar c’hlavier Azerty da skrivañ an é, al lizherennoù portugaleg õ hag ã, hag an ñ spagnolek, koulskoude ne c’haller ket bizskrivañ an ó í á a gaver ivez er yezhoù-se. Stummet gwelloc’h eo neuze ar c’hlavier C’hwerty evit ober gant ar yezhoù hag a implij bogalennoù gant tiredoù lemm.

En o zouez ez eus ar gallaoueg, ar spagnoleg, ar portugaleg, an italianeg, ar galizeg, an asturianeg, an okitaneg, ar friouleg… Bez eus ivez yezhoù germanek evel an nederlandeg, ar frizeg, al luksembourgeg.

Diverret eo bet un nebeud lizherennoù diforc’hus amañ dindan :

Keyboard / Clavier / Klavier C'hwerty - codes clavier

Notennit ivez e ro tu deoc’h an arouezenn macron ¯  da vizskrivañ mat yezhoù polinezian.

Bizskrivañ arouezennoù jedoniezh ha lizherennoù gresian

Ouzhpenn-se e ro tu ar c’hlavier C’hwerty da vizskrivañ al lizherennoù ¡ ¿ © ® ¢ ¥ £ , ar pezh a c’hall bezañ talvoudus.

Gallout a reer bizskrivañ ivez al lizherennoù amañ dindan en un doare simpl, daoust ma n’int ket bet moullet war ar stokelloù evit ma chom skañv ar c’hlavier :

Staliañ evit Windows Vista, Win7, Win8, Win8.1 ha Win10

Pellgargit sturier ar c’hlavier, hag a zo mat evit an holl stummoù eus Windows. Dibabit “Extraire Vers”. En teuliad “Breton” daouglikit war “setup.exe”.

Er boest-kendiviz, dibabit “Exécuter”, ha goude e vo staliet ar sturier.

Kadarnaat a ra ur gemennadenn eo bet mat ar wezhiad.

Clavier c'hwerty - C'hwerty Keyboard - Klavier C'hwerty

Loc’hit “Panneau de Configuration”. 

Klikit war “Modifier les claviers ou les autres méthodes d’entrée”.

Installation du clavier C'hwerty

Klikit war « Ajouter ».

Installation du clavier C'hwerty

Displegit al linenn “Breton”, ha goude “klavier” ha goude klikit war “Afficher plus”.

Installation du clavier C'hwerty

Dibabit ar c’hlavier anvet “Brezhoneg (An Drouizig)” ha klikit war OK.

Installation du clavier C'hwerty

Klikit war “Appliquer”. Ouzhpennet eo bet ar c’hlavier bremañ.

Ouzhpenn-se e c’hellit cheñch ar yezh mont e-barzh dre ziouer (ar roll e nec’h).

Urzh ar yezhoù a zo pouezus peogwir e vez termenet gantañ urzh prioriezh ar c’hlavieroù. (Se zo pouezus keit ha ma vez muioc’h eget daou glavier ganeoc’h).

Installation du clavier C'hwerty

War an ivinell “Paramètres de touches avancés” e c’hellit ivez termenañ berradennoù klavier evit cheñch klavier buan.

Dre ziouer e vez cheñchet klavier en urzh termenet en ivinell Général bewech ma pouezer war ar stokelloù Alt+Maj.

Trugarekaat Vincent eus difetis.com evit an tuto.

Installation du clavier C'hwerty - Staliañ klavier C'hwerty

Staliañ klavier C'hwerty evit Linux

Krouet eo bet ar restroù-se gant Erven Rohoù.

  • Pellgargit ar restr evit X Windows.
  • Grit “xmodmap chwerty.x” evit kargañ ar restr en ho reizhiad.

Titouroù dedennus all a zo gant  Linux, Brenux ha Dominiko.

Foar ar goulennoù

Peseurt pennlizherennoù evit al liesgrafoù ch ha c’h ? CH/C’H pe Ch/C’h ?

Ne vez ket termenet sklaer e lennegezh Breizh ma vez skrivet ar liesgrafoù ch ha c’h gant ar pennlizherennoù CH ha C’H pe Ch ha C’h. Dibabet hon eus kinnig d’an implijourien·ezed al lizherennoù CH ha C’H pa vez gweredekaet ar stokell SHIFT hag ivez C’h ha CH pa vez gweredekaet ar stokell ALTGR. Dre vras e vez kinniget gant an implij ar stummoù Ch ha C’h, nemet ha ma fellfe deoc’h skrivañ ur ger e pennlizherennoù penn-da-benn.

Peseurt arouezenn skrab evit C'H ?

Tu zo implijout meur a lizherenn evit bizskrivañ skrab ar C’H. Dibabet hon eus hervez ar reolennoù tipografiezh kuzuliet gant Roparz Hemon ha Fañch Kervella da implijout ar c’hot dehou stouet war an tu-kleiz, kentoc’h eget ar skrab. Skrivet vo neuze kentoc’h Ploumanac’h eget Ploumanac’h. Notennit e vez skrivet ur skrab kentoc’h eget ur c’hot stouet tu-kleiz pa vez skrivet ar c’h gant ur c’hlavier Azerty.

Perak ne vez ket taolennet al liesgrafoù gant ur c'hod lizherenn unvan ?

Termenet en deus ar c’honsortium UNICODE an daougraf ij (hag IJ) implijet e nederlandeg. Cf kêr IJmegen, skrivet evel-se war ar pannelloù. N’eo ket bet stummet gant div lizherenn lerc’h-ouzh-lerc’h I ha J, met ul lizherenn unanaet eo, ur c’hod U0132 ganti.

Daoust hag-eñ e c’hellomp kaout spi gant kaout kodoù digant ar c’honsortium evit liesgrafoù ar brezhoneg ? Sur a-walc’h eo nann ar respont, peogwir en deus embannet ar c’honsortium ne vefe ket kemeret e karg kod nevez ebet, nemet un abeg kreñv a vefe.

N’eo ket ar brezhoneg ar yezh nemeti gwallaet. Daougrafoù a zo ivez gant ar gouezeleg, ar slovakeg, ha dreist-holl ar c’hembraeg. Evel-se, pa vezit o pouezañ ar stokelloù CH ha C’H, e vez skrivet div pe deir lizherenn.

Ezhomm zo kaout nodrezhoù arbennik ?

Evit kaout lizherennoù diofrc’hus ar gouezeleg kozh hag “y macron” ar c’herneveureg unanaet e vo ret deoc’h implijout tipografiezhioù kenglotus gant UNICODE Latin-8 ha Latin Extended-B. Bez eus un nebeud a zo digoust, gallout a reer pellgargañ anezho ha gant ar CDROM roet gant ar c’hlavier C’hwerty emaint ivez.

Evit al lizherennoù diforc’hus all e c’haller implijout an holl dipografiezhioù standard (Arial, Times New Roman, Verdana…)

Kit amdroadur eus AZERTY/QWERTY da C'HWERTY

Kit amdroadur evit an urzhiataer ha klavier AZERTY/QWERTY

Reiñ a ra An Drouizig kitoù amdroadur eus AZERTY/QWERTY da C’HWERTY. Muioc’h a 400 skouerenn zo bet gwerzhet d’ar 1añ a viz Meurzh 2013.

Er c’hit ez eus ur blaketenn 48 bandenn beg a galite mat, ha sturier ar c’hlavier evit Windows 2000, XP, Vista, Win7, Win8, Win8?1 ha Win10.

Cheñch a ra 19 stokell hepken diouzh an Azerty standard. Gallout a rit pegañ an 19 nemetken pe an 48.

Autocollants pour clavier C'hwerty - Pegsunioù evit klavier C'hwerty

Pegsunioù C’HWERTY (brezhoneg standard) evit klavier urzhiataer hezoug

  • Brezhonekaat ho klavier urzhiataer hezoug buan ha marc’had-mat.
  • 48 pegsun gant lizherennoù, tiredoù ha poentaouiñ.
  • Aes-tre eo ar staliañ : trawalc’h eo pegañ pep pegsun war ar stokell. Roet e vez ur patrom. Meur a liv zo da gaout, hervez ho urzhiataer (gwenn, griz, du). Resisiit al liv a-raok prenañ.
  • Stummet eo da bep urzhiataer (urzhiataer burev pe urzhiataer hezoug, daoust ma’z eo gwelloc’h ganeomp gwerzhañ ar c’hlavier gwir).
  • IBM, Toshiba, Compaq, Siemens, Dell, Sony, Acer, NEC, HP, Siemens, Packard Bell, Fujitsu Siemens …

Graet int gant ur plastik arbennik, plijus da douchañ. Padout a reont muioc’h eget an aparailhoù o-unan. Moullet int etre div goc’henn plastik, ur peg 3M plastikaet peget warno : ne vo ket dispeget ar pegsunioù.

Teuliadur

Notennoù diwar-benn skor ar c’hlavier gant Windows 95/98/Me.

Notennoù pouezus eus ar cheñchamantoù diwezhañ.

Teuliadur ar c’hlavier C’hwerty.

Trakt bruderezh er furmad PDF, tu mat ha tu gin.

Sturlevr evit yezhoù all

Sturlevr evit ar c'hatalaneg

Kinnig a ra deoc’h An Drouizig un diskoulm evit bizskrivañ aes lizherennoù diakritek ar c’hatalaneg pe an italianeg.

Mont a ra an diskoulm aes-se gant Microsoft Windows XP, Vista ha Windows 7. Dav vo implijout an tipografiezhioù Calibri, Cambria, Candara, Consolas, Constantia, Corbel pe Segoe, da skouer, evit ma vefe mat gant lizhrennoù diakritek ar yezhoù-se, dreist-holl I hir ar c’hatalaneg.

Prenet e vezint dre ziouer gant Vista, Windows 7 pe Office 2007 pe 2010, met gallout a reer ivez pellgargañ anezho war lec’hienn Microsoft (staliit da skouer an dra-se evit kaout ul lodenn eus an tipografiezhioù-se).

Gallout a rit pellgargañ ar sturier amañ. Ur wech m’eo echuet seveniñ ar setup, ne disoñjit ket da zibab ar c’hlavier “Français (France) – Azerty pour le catalan” diwar “Panneau de configuration” (arlun “Options régionales et linguistiques”). Gallout a rit mont d’al lizherennoù diakritek evel m’eo diskouezet amañ en tapadennoù skramm.

Digoust eo sturier ar c’hlavier. Kenglotus 100% eo gant Azerty ha diorroet eo bet gant an benveg Microsoft Keyboard Layout Creator 1.4.

M’ho peus ezhomm da c’houlenn un dra bennak pe d’ober evezhiadennoù e c’hellit mont e darempred ganeoc’h : drouizig@drouizig.org.

Klavier evit ar c'hatalaneg

Sturlevr evit ar shimaore hag ar c'hibushi

Kinnig a ra deoc’h An Drouizig un diskoulm evit bizskrivañ aes lizherennoù diakritek ar shimaore hag ar c’hibushi, div yezh eus enez Mayotte (departamant gall tramor).

Mont a ra an diskoulm aes-se gant Microsoft Windows XP, Vista ha Windows 7. Dav vo implijout an tipografiezhioù Calibri, Cambria, Candara, Consolas, Constantia, Corbel pe Segoe, da skouer, evit ma vefe mat gant lizhrennoù diakritek ar yezhoù-se, dreist-holl al lizherennoù kenaozet n drekstaon ha v makron.

Prenet e vezint dre ziouer gant Vista, Windows 7 pe Office 2007 pe 2010, met gallout a reer ivez pellgargañ anezho war lec’hienn Microsoft (staliit da skouer an dra-se evit kaout ul lodenn eus an tipografiezhioù-se).

Gallout a rit pellgargañ ar sturier amañ. Ur wech m’eo echuet seveniñ ar setup, ne zisoñjit ket da zibab ar c’hlavier “Français (France) – Mayotte” diwar “Panneau de configuration” (arlun “Options régionales et linguistiques”). Gallout a rit mont d’al lizherennoù diakritek evel m’eo diskouezet amañ en tapadennoù skramm.

Digoust eo sturier ar c’hlavier. Kenglotus 100% eo gant Azerty ha diorroet eo bet gant an benveg Microsoft Keyboard Layout Creator 1.4.

M’ho peus ezhomm da c’houlenn un dra bennak pe d’ober evezhiadennoù e c’hellit mont e darempred ganeoc’h : drouizig@drouizig.org.

 

Sturlevr evit ar feuleg (fulfulde pe pulaar)

Kinnig a ra deoc’h An Drouizig un diskoulm evit bizskrivañ aes lizherennoù diakritek ar feuleg (pe fulfulde pe c’hoazh pulaar).

Mont a ra an diskoulm aes-se gant Microsoft Windows XP, Vista ha Windows 7. Dav vo implijout an tipografiezhioù Calibri, Cambria, Candara, Consolas, Constantia, Corbel pe Segoe, da skouer, evit ma vefe mat gant lizhrennoù diakritek ar yezhoù-se, dreist-holl al lizherennoù kenaozet n drekstaon ha v makron.

Prenet e vezint dre ziouer gant Vista, Windows 7 pe Office 2007 pe 2010, met gallout a reer ivez pellgargañ anezho war lec’hienn Microsoft (staliit da skouer an dra-se evit kaout ul lodenn eus an tipografiezhioù-se).

Gallout a rit pellgargañ ar sturier amañ. Ur wech m’eo echuet seveniñ ar setup, ne zisoñjit ket da zibab ar c’hlavier “Français (France) – Azerty for African languages” diwar “Panneau de configuration” (arlun “Options régionales et linguistiques”). Gallout a rit mont d’al lizherennoù diakritek evel m’eo diskouezet amañ en tapadennoù skramm.

Digoust eo sturier ar c’hlavier. Kenglotus 100% eo gant Azerty ha diorroet eo bet gant an benveg Microsoft Keyboard Layout Creator 1.4.

M’ho peus ezhomm da c’houlenn un dra bennak pe d’ober evezhiadennoù e c’hellit mont e darempred ganeoc’h : drouizig@drouizig.org.

Evit yezhoù Tahiti

Kinnig a ra deoc’h An Drouizig un diskoulm evit bizskrivañ aes lizherennoù diakritek an tahitianeg (réo Tahiti) ha, dre vras, yezhoù Polinesia. 

Mont a ra an diskoulm aes-se gant Microsoft Windows XP, Vista ha Windows 7. Dav vo implijout an tipografiezhioù Calibri, Cambria, Candara, Consolas, Constantia, Corbel pe Segoe, da skouer, evit ma vefe mat gant lizhrennoù diakritek ar yezhoù-se, dreist-holl al lizherennoù kenaozet n drekstaon ha v makron.

Prenet e vezint dre ziouer gant Vista, Windows 7 pe Office 2007 pe 2010, met gallout a reer ivez pellgargañ anezho war lec’hienn Microsoft (staliit da skouer an dra-se evit kaout ul lodenn eus an tipografiezhioù-se).

Gallout a rit pellgargañ ar sturier amañ. Ur wech m’eo echuet seveniñ ar setup, ne zisoñjit ket da zibab ar c’hlavier “Français (France) – Azerty pour le tahitien” diwar “Panneau de configuration” (arlun “Options régionales et linguistiques”). Gallout a rit mont d’al lizherennoù diakritek evel m’eo diskouezet amañ en tapadennoù skramm.

Digoust eo sturier ar c’hlavier. Kenglotus 100% eo gant Azerty ha diorroet eo bet gant an benveg Microsoft Keyboard Layout Creator 1.4.

M’ho peus ezhomm da c’houlenn un dra bennak pe d’ober evezhiadennoù e c’hellit mont e darempred ganeoc’h : drouizig@drouizig.org.

Evit an ewe

Kinnig a ra deoc’h An Drouizig un diskoulm evit bizskrivañ aes lizherennoù diakritek an ewe, ar c’habiye pe c’hoazh ar fon-gbe.

Mont a ra an diskoulm aes-se gant Microsoft Windows XP, Vista ha Windows 7. Dav vo implijout an tipografiezhioù Calibri, Cambria, Candara, Consolas, Constantia, Corbel pe Segoe, da skouer, evit ma vefe mat gant lizhrennoù diakritek ar yezhoù-se, dreist-holl al lizherennoù kenaozet n drekstaon ha v makron.

Prenet e vezint dre ziouer gant Vista, Windows 7 pe Office 2007 pe 2010, met gallout a reer ivez pellgargañ anezho war lec’hienn Microsoft (staliit da skouer an dra-se evit kaout ul lodenn eus an tipografiezhioù-se).

Gallout a rit pellgargañ ar sturier amañ. Ur wech m’eo echuet seveniñ ar setup, ne zisoñjit ket da zibab ar c’hlavier “Français (France) – Azerty étendu pour l’éwé, le kabiyé ou le fon-gbe” diwar “Panneau de configuration” (arlun “Options régionales et linguistiques”). Gallout a rit mont d’al lizherennoù diakritek evel m’eo diskouezet amañ en tapadennoù skramm.

Digoust eo sturier ar c’hlavier. Kenglotus 100% eo gant Azerty ha diorroet eo bet gant an benveg Microsoft Keyboard Layout Creator 1.4.

M’ho peus ezhomm da c’houlenn un dra bennak pe d’ober evezhiadennoù e c’hellit mont e darempred ganeoc’h : drouizig@drouizig.org.

Clavier c'hwerty ewe