Kinniget e vez gant An Drouizig meur a venveg hag a dafar digoust e brezhoneg, liammet ouzh ar yezh pe ouzh an teknologiezhioù nevez.
Gallout a rit kavout amañ geriaouegoù liammet ouzh ar meziantoù evit sikour ac’hanoc’h da implijout ar meziantoù pe evit deskiñ diwar-benn istor ar brezhoneg.
Er bajenn Lizherennelezh e c’hallit kavout titouroù diwar-benn skritur ar brezhoneg ha penaos e vez dalc’het kont gant an teknologiezhioù nevez : K barrennet, klochedigoù… Lakaet e vez war-raok ivez nodrezhioù a vez graet keltiek anezho.
Krouet eo bet ar c’hlavier C’hwerty, enframmet perzhioù dibar yezhel ar brezhoneg ennañ, evit klotañ gant goulennoù kreñvoc’h-kreñvañ a veze graet alies. Stummet diwar ar c’hlavier AZERTY gall, e c’hall merañ peder stokell ouzhpenn : C’H, CH, Ù ha Ñ. Ar pal eo reiñ tu da vizkrivañ testennoù e brezhoneg.
Levrioù en domani foran pe gant lañvazioù Creative Commons a zo da gaout gant mentrezhoù elektronek : epub, pdf ha text.