Istitlañ ar videoioù buan hag aes gant Anaouder-Istitlañ

A-drugarez d’ur c’henlabour etre Gweltaz Duval-Guennoc ha Dizale ez eus bet savet ur meziant nevez, e bal aesaat istitlañ videoioù e brezhoneg. Ul lodenn eus raktres bras Gweltaz diwar-benn anaoudegezh ar vouezh an hini eo. Gallout a rit pellgargañ ar meziant, kaout muioc’h a ditouroù ha deskiñ penaos e implij war ar bajenn e lec’hienn […]

Istitlañ ar videoioù buan hag aes gant Anaouder-Istitlañ Read More »

Penaos implijout Common Voice

Mozilla Common Voice

Mozilla Common Voice : dastum enrolladennoù brezhonek D’an 13 a viz Mezheven 2018 eo bet digoret ar raktres Mozilla Common Voice evit ar brezhoneg. Meneget hon oa ar raktres-mañ en danevell evit ar Stal-labour troerien Mozilla e Berlin e miz Gwengolo 2017. D’ar mare-se e oa digoret ar raktres-mañ evit ar Saozneg hepken met embannet

Mozilla Common Voice Read More »

Abadenn staliañ e Gwened

Abadenn staliañ

Abadenn staliañ e Gwened War ar pembez e vez implijet ganeoc’h ur merdeer kenrouedad, ur posteler pe meziantoù un heuliad burevek… Ha soñjet ho peus ober ganto e brezhoneg? An Drouizig ha Brezhoneg e Gwened a ginnig deoc’h un abadenn staliañ e Gwened d’an Sadorn 10 a viz Meurzh da 2e d’enderv evit mont pelloc’h

Abadenn staliañ Read More »