M’ho peus ur gourvez-vank, dornelloù hag ur skinwel, hag e plij deoc’h kenaozañ an teir elfenn-mañ evit tremen ur prantad plijus gant mignoned gant ur c’hoari video e voc’h dedennet gant KBF: Knight Bar Fight, moarvat. Ur c’hoari nevez deuet er gouloù, diorroet gant KBF Team e dibenn studioù ar skipailh, hag embannet gant TyGames, un ti embann breizhat, kevelerien An Drouizig.

Ur c’hoari emgann mod “party game” an hini eo, awenet gant Towerfall, lec’h ma vez c’hoariet marc’hegerien o n’em gannañ gant o c’hleze, a c’hallont hejañ pe skeiñ war o enebourien.
Etre 2 ha 4 eo ret bezañ evit c’hoari, gant pep a zornell. Pal pep c’hoariadenn eo bezañ an hini a vo trec’h war ar varc’hegerien all, ha posupl eo gounit poentoù ouzhpenn a-drugarez da balioù a bep seurt.
⚠️ Ur beugig a zo evit poent, dav eo mont en arventennoù da zibab yezh ar c’hoari bewech pa vez lañset evit ma vefe e brezhoneg.
Prenañ ar c’hoari war Steam (3.99€)



