Sed amañ ur c’hoari video nevez e Brezhoneg, diorroet gant Pixelnest Studio, a anavezit mat evit ar c’hoarioù Steredenn ha Flipon dija!

Ur c’hoari kenlabour e skipailh eo Cthuloot, met posupl eo c’hoari e-unan ivez. Pal ar c’hoari eo dont a-benn da vont e penn liveoù leun a zañjerioù hag a luziadelloù, gant sikour (talvoudus pe get) ho kamaladed. A-bep seurt skoilhoù a vo war ho hent ha dav vo deoc’h bezañ aketus ha prederiañ, kement ha bezañ resis ha prim. Awenet eo bed ar c’hoari gant oberennoù Lovecraft, met en ur ouzhpennañ kalz a fent hag un neuz cartoon eus ar re voutikañ.

