Kelenn-skridoù evit Gimp

Setu un nebeud skridoù kelenn graet gant An Drouizig evit deskiñ penaos ober gant Gimp.

Gant Belvar (lañvaz GNU/GPL)

Penaos tennañ daoulagad ruz gant Gimp

Penaos tennañ an daoulagad ruz

Deskiñ a rit en tuto-mañ penaos ober evit lemel ar ruz kasaus a vez lakaet gant ar benveg foto a-wechoù.

Penaos ober sabrennoù laser gant Gimp

Penaos ober sabrennoù laser

Piv n’en deus morse huñvreet kaout ur sabrenn laser evel ar marc’hegerien Jedi e-barzh Star Wars ?

Penaos meskañ div skeudenn gant Gimp

Meskañ div skeudenn

Er c’helennskrid e teskot penaos ober evit meskañ div skeudenn. Sikour a raio ar c’helennskrid-mañ da grouiñ bannieloù, boutonoù, hag all…

Penaos didroc'hañ ur skeudenn gant Gimp

Didroc'hañ ur skeudenn

Kelenn a ra ar c’helennskrid-mañ penaos didroc’hañ un objed en ur skeudenn a-benn lakaat anezhañ war ur foñs disheñvel.

Lakaat ur skeudenn e liv sepia

Lakaat ur skeudenn e liv sepia

Er c’helennskrid-mañ e vo gwelet penaos reiñ un efed bravig evit ho poltriji, evit ma tenfent da fotoioù kozh. Anvet eo an efed-se « sepia ».

Gant Bibar (lañvaz GNU/GPL)

Livioù niverel

Diwar-benn al livioù

Un teul evit kinnig doareoù disheñvel da vuzuliañ al livioù gant ar sistemoù niverel.

Staliañ broustoù gant Gimp

Diwar-benn ar broustoù (staliañ ha krouiñ)

Gallout a rit deskiñ penaos krouiñ broustoù personelaet gant Gimp.

Broustoù erminig evit Gimp

Broustoù erminig evit Gimp

Setu broustoù erminig evit Gimp. Gallout a rit pellgargañ ar restroù evit staliañ ar broustoù war ho urzhiataer, en ur heuliañ an tuto a-us.

Gallout a rit pellgargañ ar meziant evit Windows pe evit Mac.