An Drouizig zo ur gevredigezh savet e 2003 e Gwened. He fal a zo brudañ ar brezhoneg war dachenn an niverel ha treiñ ostilhoù niverel e brezhoneg.
War al lec’hienn-mañ e c’hallit kavout ur c’hinnig eus hon obererezhioù ha meziantoù da bellgargañ, ha gant-se geriaouegoù arbennik ha danvezioù all evel levreloù (levrioù elektronek).
Keleier
Amañ e c’hellit heuliañ keleier ar gevredigezh diwar-benn hec’h obererezhioù ha diorren ar meziantoù !
Istitlañ ar videoioù buan hag aes gant Anaouder-Istitlañ
A-drugarez d’ur c’henlabour etre Gweltaz Duval-Guennoc ha Dizale ez eus bet savet ur meziant nevez, e bal aesaat istitlañ videoioù e brezhoneg. Ul lodenn eus…
Super reaKtor : ur c’hoari arkad leun a livioù hag a driskelloù
D’an 21 a viz Du e oa deuet er gouloù Super ReaKtor, ur c’hoari diorroet gant SuperSAZ Studio hag embannet gant TyGames. E brezhoneg eo…
Laerit teñzorioù gant ho mignoned e Cthuloot
Sed amañ ur c’hoari video nevez e Brezhoneg, diorroet gant Pixelnest Studio, a anavezit mat evit ar c’hoarioù Steredenn ha Flipon dija! Ur c’hoari kenlabour…
Dielloù
Dizoloit ar pennadoù, an atersadennoù hag an danvezioù all embannet diwar-benn hol labour.
Hon istor
Krouet eo bet An Drouizig e 2003 evit diorren ostilhoù niverel e brezhoneg. Dizoloit hec’h istor amañ.
Displeger Verboù Brezhoneg
Emañ An Drouizig o tiorren an Displeger Verboù Brezhoneg (DVB). Ouzhpenn 13 000 verb zo ennañ dija, gant 100 stumm displeget hag o adstumm rannyezhel. Gallout a rit kavout ivez kentelioù yezhadur.
Liammoù
Setu kevredigezhioù all o labourat evit diorren ostilhoù niverel e yezhoù minorel all.
