Troidigezhioù PC

Un niver bras a veziant troet gant An Drouizig a zo ga gaout war an urzhiataer. Dizoloit amañ ur roll eus an troidigezhioù PC.

Traductions PC - Traductions pour mobile - Logo de Firefox

Firefox

Merdeer web

Ur meziant dieub hag open-source eus ar savadenn hep pal kenwerzhel Mozilla eo Firefox. Kroget he deus ar gevredigezh An Drouizig gant labourat war troidigezhioù PC ar merdeer Firefox adalek ar stumm 0.6.

Pep ezkarg

Traductions PC - Thunderbird

Thunderbird

Postelerezh

Ur meziant dieub hag open-source eus ar savadenn hep pal kenwerzhel Mozilla eo Thunderbird. Embannet eo bet gant Mozilla e miz Meurzh 2011 evit ar wech kentañ.

Pep ezkarg

Traductions Pc - LibreOffice en breton

LibreOffice

Heuliad bureviek

LibreOffice est une suite bureautique gratuite développée par The Document Foundation. Elle intègre 6 applications à télécharger : l’éditeur de texte Writer, le tableur Calc, l’outil de présentations Impress, le gestionnaire de base de données Base, le module de formules scientifiques Math et le créateur de documents graphiques Draw.

Pep ezkarg

Traductions PC - Clementine

Clementine

Lenner sonerezh

Ul lenner sonerezh liessavenn eo Clementine. Awenet eo bet gant Amarok 1.4. Un etrefas simpl ha buan da implijout evit klask ha selaou sonerezh a zo gantañ. Evit lakaat ar meziant e Brezhoneg, grit « Outils > Préférences » ha barzh an ivinell « Comportement » ez eus tu choaz ar yezh. Choazit Brezhoneg eta !

Pep ezkarg

Logo de Gimp - Traductions PC

Gimp

Embanner skeudenn

Ur meziant eilaozadur skeudenn ha luc’hskeudenn eo Gimp. Digoust hag open source eo ha kinnig a ra meur a arc’hweladur. E galleg e vo graet ar staliañ. Evit kemm ar yezh : Edition/Embann > Préférences/Gwellvezioù > Langue de l’interface/Yezh ar c’hetal.

Pep ezkarg

Logo Openshot

Openshot

Embanner video

Un embanner video liessavenn eo Openshot. Hegerz eo evit Linux, Mac ha Windows.

Pep ezkarg

Logo homebank

Homebank

Merer kont

Ur meziant skañv hag aes da implijout eo Homebank. Servijout a ra da verañ dispignoù ha korvoderioù ha reiñ a ra tu da sellout mat ouzh an doareoù dispign hag ouzh darparzh ar budjed.

Pep ezkarg

Logo VLC

VLC

Lenner video

Ul lenner liesvedia dieub ha digoust eo VLC. Gallout a ra lenn an darn vrasañ eus ar restroù liesvedia evel DVD, CD, VCD ha protokoloù-skignañ liesseurt. Evit staliañ ar meziant e brezhoneg : goude bezañ staliet ar meziant, kit da “Panneau de configuration/Système/Avancé/Variable d’ajustement/Nouveau (Nom = LANG / Valeur = br).

Pep ezkarg

Logo Tuxpaint - Traductions PC

TuxPaint

Meziant tresadenn evit ar vugale

Ur meziant gant meur a venveg tresadenn eo TuxPaint. Graet eo bet evit ar vugale.

Pep ezkarg

Logo pinta

Pinta

Embanner skeudenn

Un arload eilaozadur skeudenn gant un etrefas heñvel ouzh hini Paint.net eo Pinta. Evit Windows, Mac ha Linux eo da gaout. Evit lakaat ar meziant e brezhoneg : enkorfet eo bet an droidigezh vrezhoneg e Pinta, koulskoude pa vo staliet Pinta, ne vo ket diouzhtu e brezhoneg.

  • Serrit Pinta.
  • Kit da Program files/Pinta/Locale. Kavet e vo an holl droidigezhioù.
  • Kit er c’havlec’hiad anvet fr. Grit un eilad eus ar restr er c’havlec’hiad (eilit-pegit ar restr ennañ, ur restr gant copie en hec’h anv a vo krouet.
  • Kit er c’havlec’hiad anvet br. Eilit ar restr. Distroit e fr ha pegit ar restr. Ar restr peget a gemero plas ar restr e galleg (setu perak eo gwell ober un eilad eus ar restr e galleg).
  • Serrit pep tra ha lañsit Pinta. E brezhoneg e vo pep tra.

Pep ezkarg

Logo Inkscape

Inkscape

Tresañ sturiadel

Ur meziant tresañ sturiadel digoust, dieub ha liessavenn eo Inkscape. Merañ a ra restroù diouzh ar standardoù XML, SVG ha CSS ar W3C.

Pep ezkarg

Logo Scribus - Traductions PC

Scribus

Embann ameilet

Scribus est un logiciel de publication assistée par ordinateur, distribué sous licence libre GNU GPL. Basé sur le framework multiplateforme Qt, il fonctionne nativement sur les systèmes UNIX, Linux, Mac OS X, Windows et OS/2.

Pep ezkarg