Penaos staliañ LibreOffice e brezhoneg ?
LibreOffice, heuliad burevek OpenOffice.org, a zo bet troet gant an Drouizig. An heuliad burevek nemetañ troet e brezhoneg eo. Digoust eo ha savet eo bet gant The Document Foundation. Reiñ a raio tro deoc’h da labourat e brezhoneg gant ur meziant
galloudus ha stabil.
Gant LibreOffice ez eo aes dibab yezh ar c’hetal. E galleg e vo graet ar staliañ
- Kit da bellgargañ ar meziant war al lec’hienn.
- Evit ur reizhiad Windows dibabit : LibO_4.x.x_Win_x86_install_multi.exe.
- Ur wech pellgarget, lañsit ar staliañ gant an doare personelaet.
War ar voestad emziviz, pouezit war groaz “Module de prise en charge linguistique“.
Grit heñvel evit ar yezhoù all a fell deoc’h kaout.
Peurechuit ar staliañ.
Lañsit LibreOffice ha diuzit un doare restr, Testenn da skouer.
Lañsit LibreOffice ha diuzit un doare restr, Testenn da skouer.
Ur wech digoret ur restr nevez, pouezit war :
Ostilhoù/Outils > Dibarzhioù/Options.
Pouezit war Yezhoù/Langues ha dibabit ar yezh a blij deoc’h.
Ret e vo adlañsañ LibreOffice kent kaout ar c’hetal gant ar yezh dibabet.
Petra a ginnig LibreOffice deoc'h ?
Writer
Writer eo ar meziant da skrivañ testennoù (kewerier testennoù) e-kreiz LibreOffice. Gantañ, savit testennoù a bep seurt : lizhiri, danevelloù, levrioù. Enlakait skeudennoù, diervadoù enno. Barrek eo da grouiñ krennvaoù pe venegvaoù emgefreek. Ur geriadur da reizhañ ho skridoù a vez enporzhiet ivez. Galloudezh Writer a vasto hoc’h ezhommoù holl a-fet labour skrivañ.
Impress
Impress eo an doare aesañ da sevel kinnigadennoù liesvedia efedus. Bliverezhioù kaer hag efedoù arbennik dreist ho lakay da grouiñ kinnigadennoù o neuzioù micherel a zedenno evezh hoc’h arvesterion.
Draw
Draw a ro tro deoc’h da sevel diervadoù ha brastresoù diwar netra. Ur skeudenn a dalv muioc’h eget kalz gerioù, neuze grit gant boestoù ha diervadoù. Skeudennoù dialuskel mod 3M a vez savet gant Draw ivez.Ouzhpennañ efedoù arbennik, n’eo ket diaes.
Base
Base eo stlennvon LibreOffice. Gant Base e vez enkorfet frammadoù ho stlennvonioù. Labourat a ra gant MySQL, PostgreSQL pe Microsoft Access ha kalz tarzhioù all. Krouet e vez stlennvonioù galloudus, enno skridfurmoù, danevelloù, gweloù hag azgoulennoù.
Math
Math eo embanner skridoù jedoniezhel LibreOffice. Bommoù jedoniezhel, kimiezhel, tredanel a vez skrivet aes. Ataladoù skiantel a vez skrammet buan gant un doare skrivañ skouerikaet, betek an ataladoù kempleshañ.
Restroù PDF
Ur mollad da grouiñ restroù mod PDF a ginnig LibreOffice ivez. Gant teulioù mod PDF e vez kinniget skridoù kemplezh a bep seurt aes da lenn gant an holl reizhiadoù korvoiñ pe dost.
