Difazierioù

Diorren a ra An Drouizig un difazierioù reizhskrivañ ha yezhadur evit ar brezhoneg ha difazierioù all evit ar yezhoù n’o deus ket kalz binvioù niverel.

Correcteurs - Spellcheckers - An Drouizig Difazier

An Drouizig Difazier

Doujañ a ra an difazier reizhskrivañ ha yezhadur-mañ ouzh ar peurunvan, en ur zegemer stummoù geriaouegel all tennet eus nevezc’herioù ha geriaoueg rannyezhel. Embannet eo bet stumm kentañ an difazier e 2007 gant An Drouizig ha hizivaet eo bet a-hed ar bloavezhioù.

Correcteur Hunspell de breton - Hunspell - Difazier Hunspell - Difazierioù / Spellcheckers

Hunspell

Troet eo bet An Drouizig Difazier d’ar furmad Hunspell gant Philippe Basciano-Le Gall. Gallout a ra meur a arload implijout ar furmad-mañ, OpenOffice.org hag an arloadoù Mozilla (Firefox ha Thunderbird) en o zouez.

Correcteur occitan - Difazierioù - Dafazier okitaneg

Difazier okitaneg

Labourat a ra skipailh An Drouizig abaoe distro-skol 2013 gant skipailh panOccitan.org evit krouiñ un difazier okitaneg embreget gant Microsoft Office. Disoc’hoù labour Marc Lavaud eo kreiz ar raktres. Dont a ra al lodenn yezhel eus labourioù ar yezhoniour okitanour Hervé Cassignac. Muioc’h a zifazier a zo ivez war lec’hienn locongres.org.
 
Correcteur de latin - Titivillus - Difazierioù

Difazier latin

Ur benveg digoust eo COL (Correcteur Orthographique pour le Latin). Sikour a ra da wiriaat reizhskrivadur an testennoù latin. Enframmañ a ra ur geriadur gant 400 000 stumm latin (latin klasel ha krennamzerel). Gallout a reer kaout anezhañ evit Microsoft Word, LibreOffice, OpenOffice.org hag AbiWord.

Diouzh ar reoladoù diwezhañ e-keñver programmiñ ha diorren eo an holl veziantoù. Enframmañ a reont un argerzh staliañ ha distaliañ klok.

Kenglotus int ivez evit Microsoft Windows, eus XP betek Windows 10. Diorroet int bet dindan IBM Rational Purify, benveg dielfennañ meziantoù dinamek evit diorren arloadoù Microsoft Windows.

Ouzhpenn-se e vezont sinet ar meziantoù krouet gant An Drouizig gant pennadurezh testeniekaat Comodo, hag a ro testenioù d’ar vicherourien an industri meziantoù, embannerien, dasparzherien… edan divizoù a vrud mat.

Keleier hag hizivadurioù

Kinnig a ra pajenn ar c’heleier hizivadurioù pennañ ar meziantoù.