Istor An Drouizig

Kregiñ a ra hon istor e 2003 e Gwened gant ar youl da gas war-raok ar brezhoneg war dachenn an teknologiezhioù nevez, urzhiataerioù, PDA, hezougoù, bilhedaouerez…

Kas war-raok ar brezhoneg war dachenn an niverel

Tri ahel pennañ er c’hefridi-se :

  • Krouiñ ha kas da benn an difazier reizhskrivañ ha yezhadur brezhoneg “An Drouizig Difazier“, dalc’het eo e ratre, endouget eo bet evit meur a veziant ha brudet eo gant ar gevredigezh.
  • Treiñ e brezhoneg ar meziantoù a c’haller “lec’helaat”, peurvuiañ gant ul lañvaz frank. Meziantoù a c’haller ober gant war meur a reizhiad korvoiñ peurvuiañ, n’eo ket dre ret avat.
  • Reiñ dafar ha gwellaat ar skor evit ar yezhoù ha/pe ar meziantoù e brezhoneg.

Er rummad diwezhañ-mañ e kaver meur a obererezh, liammet pe get etrezo :

  • Skrivañ geriaouegoù evit reiñ tu da gavout geriaoueg ar stlenneg e brezhoneg. Gerva ar stlenneg zo bet savet da renabliñ ar gerioù graet gante e-pad an treiñ.
  • Sevel kelennskridoù e brezhoneg evit deskiñ penaos implijout ar meziantoù.
  • Peurlipat hag endougen nodrezoù gouezelek ha keltiek betek mentrezh UNICODE 16bits.
  • Ergrafañ ha gwerzhañ ur c’hlavier mod c’hlavier C’HWERTY kempennet evit ar brezhoneg, anesperanteg hag ar yezhoù all gant arouezennoù diforc’hus peurliesañ (diviet eo ar c’henderc’had-mañ hiziv)…

Ur vuhez niverel e brezhoneg

Dre ar skiant prenet bet tapet abaoe 2003 war dachenn an treiñ e vez kinniget gant ar meziantoù troet evel Mozilla Firefox, Morilla Thunderbird, LibreOffice, The Gimp pe Inkscape, da ginnig un hollad kempoell. Pa’z eo ar geriaouegoù stabil e chomo an troidigezhioù efedus evit an arveriaded rak ne vo ket ret dezhe deskiñ-dizeskiñ gerioù disheñvel pa yay d’ur meziant d’egile. Ur vuhez niverel plijus hag efedus e brezhoneg ez eus tro da gaout dre ar meziantoù-mañ.

Histoire An Drouizig - An Drouizig Story - Istor An Drouizig
Histoire An Drouizig - An Drouizig Story - Istor An Drouizig

Ar binvioù hag an dafar kinniget

Pajennadoù da vrudañ he labourioù ha labourioù tud all a zalc’h An DROUIZIG gant ma chomint war he zachenn oberiantiz. En he dielloù ez eus teuliadoù pe gendivizoù diwar-benn troidigezh ar meziantoù evit ar brezhoneg pe, gant un doare ledanoc’h evit ar yezhoù bihanaet, eus rannvroioù, lakaet diaes o buhez rak n’int ket ken donezonet hag ar brezhoneg.

War al lec’hienn-mañ e c’hallit kavout ur c’hinnig eus hon obererezh hag eus ar meziantoù da bellgargañ. En o zouez, Mozilla Firefox, Thunderbird ha LibreOffice. Bez ez eus ivez ur pakad yezhel evit an heuliad Microsoft Office, dindan an holl stummoù, MacOffice en o zouez.

Gallout a rit kavout ivez dafar evel an difazier Hunspell, nodrezhoù, levrioù niverel… Ouzhpenn ar brezhoneg e kenlabour An Drouizig gant arbennigourien·ezed evit sevel difazierioù reizhskrivañ evit al latin, ar gresianeg kozh pe an okitaneg.

Kaset hon eus er bloavezhioù diwezhañ hag a-hed hon istor meur a raktres kentpatromañ evit ar c’horseg, an tibetan, an dzongkha, ar c’hmereg. Ma’z oc’h dedennet, deuit d’hon c’havout !

Hon obererezhioù tremenet, a-vremañ pe da zont

Ouzhpenn an obererezhioù hon eus meneget, hon eus kaset da benn raktresoù all. Roet en deus Microsoft e fin ar bloavezh 2006 voneg pivelezh (LCID) 0x047e=1150 d’ar brezhoneg. Goulennet e oa bet e 2002 gant An Drouizig, skoazellet gant Ofis Publik ar Brezhoneg.

  • Lakaet kefridiel eo bet ar brezhoneg e-barzh kenderc’hadoù ensavidigezh Mozilla, gant An DROUIZIG, skoazellet gant nebeut a dud. Gant An DROUIZIG eo ardoet an troidigezhioù.
  • Kemeret eo bet e kont gant OpenOffice.org ar yezhoù br-FR (brezhoneg) ha la-VA (latin).
  • Kemeret eo bet e kont gant OpenOffice.org teir yezh all eus Bro-C’hall (tahitianeg, shimaoreg, kibuchieg).
  • Skrivet ez eus bet sturioù evit klavieroù arbennik evit yezhoù dre arouezennoù diforc’hus. Ur stur evit ur c’hlavier keverlec’h gant AZERTY zo bet savet evit an esperanteg da skouer. Sturioù all zo bet skrivet evit ar shimaoreg, ar peuleg pe an eweeg.
  • Un difazier reizhskrivadurel zo bet krouet evit al latin COL gant An DROUIZIG. Skiantourion war ar Grennamzer pe dud an Iliz a ra gantañ.

Chom a ra digor, pe da zigeriñ, raktresoù all :

  • Diorren ur geriadur niverel heñvelsterioù evit ar brezhoneg.
  • Diorren ur geriadur niverel klotennoù evit ar brezhoneg.

War Wayback Machine e c’hellit mont da stummoù tremenet lec’hienn An Drouizig hag adkavout istor hor raktresoù.

histoire an drouizig : openoffice en breton - Histoire An Drouizig - An Drouizig Story - Istor An Drouizig