Ur c’hlavier evit ho pellgomz hezoug ha graet evit bezañ efedus ha doujus d’ar vuhez prevez (n’eus kinnig gerioù ebet) eo Thumb-key.

Gantañ e vez aes tizhout al lizherennoù implijet alies (haeziñ rag-eeun) ha n’eus nemet da riklañ war ar stokelloù evit haeziñ d’ar re all.
Ouzhpenn da droidigezh an etrefas e vez kinniget ivez daou stumm klavier brezhoneg-galleg diazezet war ar stumm galleg: simploc’h eo ar stumm “brezhoneg français thumb-key” hag etrevroadeloc’h eo “brezhoneg français thumb-key compose” (posupl eo implij ur bern sinoù diakritek gant an hini diwezhañ).
Gallout a rit pellgargañ an arload thumb-key war F-droid pe Google Play
