Abadenn staliañ e Gwened
War ar pembez e vez implijet ganeoc’h ur merdeer kenrouedad, ur posteler pe meziantoù un heuliad burevek… Ha soñjet ho peus ober ganto e brezhoneg? An Drouizig ha Brezhoneg e Gwened a ginnig deoc’h un abadenn staliañ e Gwened d’an Sadorn 10 a viz Meurzh da 2e d’enderv evit mont pelloc’h ganti.
Brezhonekait ho stlenneg! Difazier, meziantoù, c’hoarioù… A-bep seurt evit hoc’h urzhiataer hag ho poellgomzer.
Kregiñ a raio an abadenn gant ur ginnigadenn eus ar pezh a c’haller kavout e brezhoneg war an dachenn niverel. Da c’houde e vo an atalier staliañ da vat!
Dalc’hit soñj eus an deiziad hag eus al lec’h: d’ar Sadorn 10 a viz Meurzh da 2e d’enderv en davarn “Warpzone” 10 straed al Lezenn (rue de la loi). Digor eo d’an holl.
Ha degasit hoc’h urzhiataer, ho poellgomzer pe hoc’h alc’hwez USB evit o brezhonekaat.
Daoust bezañ digoust an enderviad staliañ evidoc’h, gwenneien a vo tu deoc’h profañ evit kemer perzh e priz an evaj…
PS : Kudenn ebet ma n’hallit ket erruout d’an eur skrivet war an darvoud: degemeret e viot evit skoazellañ ac’hanoc’h a-hed an abardaez !
Tud OpenStreetMap vo ganeomp evit diskouez ar raktres !
Ur raktres-kenlabour savet gant kenoberourien OSM eo OpenStreetMap. Lakaat war OSM, ar gartenn enlinenn frank, lec’hanvioù hag anvioù poentoù heverk e brezhoneg eo ar pal.
