Difazier Hunspell e brezhoneg

Troet eo bet An Drouizig Difazier – diorroet evit Microsoft Office – d’ar furmad Hunspell gant Philippe Bosciano. Meur a arload a c’hall implijout ar furmad-se, en o zouez OpenOffice.org hag an arloadoù Mozilla (Firefox ha Thunderbird).

Adlañsit ho urzhiataer ur wech ma vo staliet ar package.

Difazier Hunspell war OpenOffice ha LibreOffice

Staliañ an askouezh

1) Krogit gant staliañ astenn LibreOffice diwar pajenn an askouezhioù.

2) E LibreOffice, dibabit Ostilhoù > Ardoer an askouezhioù war barenn al lañserioù.

Installer une extension LibreOffice

3) E boest-kendiviz Ardoer an askouezhioù : klikit war Ouzhpennañ.

4) Dont a ra war wel ur prenestr-enklask. E boest-kendiviz Ouzhpennañ askouezhioù e kavit restroù e teuliadoù ho reizhiad. Restr gant un anv e OXT eo an askouezhioù.

Installer une extension sur LibreOffice - Screen

5) Kavit restr an askouezh e fell deoc’h staliañ ha klikit war Digeriñ.

Comment installer une extension sur LibreOffice

6) M’o deus staliet dija ur stumm eus an askouezh-mañ e vo goulennet diganeoc’h ma fell deoc’h flastrañ ar stumm a-raok. Klikit war Nullañ ma fell deoc’h dilezel ar staliañ, pe war Mat eo evit kenderc’hel.

7) Degemer an aotre en ur glikañ war Asantiñ.

hunspell brezhoneg

8) Ur wech m’eo echu ar staliañ en em gav an askouezh e listenn boest-kendiviz Ardoer an askouezhioù.

hunspell breton

Mat eo an argerzhadur-se evit an holl askouezhioù eus LibreOffice. Bez eus kalz askouezhioù da bellgargañ war lec’hienn LibreOffice.

Kefluniañ an askouezh

Evit ma krog LibreOffice da reizhañ ar brezhoneg eo ret cheñch yezh an destenn. Gallout a rit ober an dra-se dre al lañser Arouezennoù. Mentrezh > Arouezennoù.

hunspell breton

Dibabit ar yezh dindan al lañser Yezh.

Ma ne welit ket an arlun ABC dirak Brezhoneg, adloc’hit ho urzhiataer evit ma vo adkarget LibreOffice, ar pezh a c’hallo gweredekaat an askouezhioù staliet.

Hunspell breton - Comment installer l'extension LibreOffice

Difazier Hunspell war Firefox ha Thunderbird

Ma fell deoc’h staliañ an difazier Hunspell war Firefox pe Thunderbird, pellgargit an askouezh (furmad xpi) diwar pajenn askouezhioù Firefox ha digorit anezhañ gant Firefox pe Thunderbird. Evit ma vo reizhet ar brezhoneg gant Firefox, kentoc’h eget ur yezh all, klikit dehou war an destenn ha cheñchit ar yezh.

Hunspell pour Firefox

Difazier Hunspell war Mac

Aes eo kompren penaos implijout an difazier Hunspell gant MacOSX. Staliet eo ar reizhiadoù MacOS 10.5+ gant an arload TextEdit, hag a zo ur skridtreter bihan hag a zegemer ar reizhañ reizhskrivañ ha yezhadur. Implijout a ra ivez Microsoft Outlook evit Mac an difazierrioù Hunspell.

Evit skrivañ e brezhoneg gant TextEdit :

  1. Pellgargit an difazier.
  2. Dizipit ar restroù .aff ha .dic er c’havlec’h /Library/Spelling.
  3. Adloc’hit an urzhiataer evit ma vo adkarget an difazier gant ar reizhiad.
  4. En arload TextEdit, grit Ctrl+Clic, dibabit “Orthographe et Grammaire” ha dibabit ar yezh Breton (Bibliothèque).
correcteur hunspell breton pour Mac

Difazier Hunspell war reizhiadoù dieub

Gant GNU/Linux e c’haller staliañ an difazier evit an holl arloadoù (OpenOffice, arloadoù Mozilla, hag an holl a vez implijet Hunspell ganto). An difazier hag un notennig staliañ a c’hellit kavout en diell-mañ.

Aotreoù :

  • Mozilla Public License, stumm 1.1 pe nevesoc’h (MPL)
  • GNU General Public License, stumm 2 pe nevesoc’h (GPL)
  • GNU Lesser General Public License, stumm 2.1 pe nevesoc’h (LGPL)