
Setu daou c’hoari-video nevez a zo bet troet e brezhoneg gant tud menet.
Troet int bet e stumm modoù, da lâret eo n’eo ket troidigezhioù ofisiel neuze eo ret staliañ an droidigezh en un doare distag ha n’ez a en-dro nemet war urzhiataer.
Peak
Ur c’hoari liesc’hoarier e lec’h ma ranker krapat ur menez eo PEAK. Dav eo kenlabourat gant e vignoned evit dont a-benn da grapat, rannañ ar boued ha kavout an hent gwellañ evit mont uheloc’h uhelañ. Dav eo diwall rak an energiezh mod all e vo kouezhet betek ho marv !
Gant JustLutra (@brezhonegou_deus_hor_broiou war Instagram) eo bet troet e stumm ur mod. Setu ar gemennadenn skrivet gantañ :
https://thunderstore.io/c/peak/p/PEAK_BZG/PEAK_Breton_Translation/
Ha setu va zroidigezh eus PEAK a zo embannet!
Penaos pellgargañ anezhi?
Kit war al lec’hienn-mañ ha pellgargit ar mod.
Ret e vo deoc’h bezañ prenet ar c’hoari war hoc’h urzhiataer ha bezañ pellgarget ur mod-manager (me a ra gant GaleModManager, aes tre ha c’hoari a ra gant Linux ha Windows) evit lakaat ar mod en ur bouezañ war “import from local file/importer un fichier local” ha normalamant e vo gwelet tri zra ganeoc’h: an droidigezh, ha 2 v/mod all evit lakaat anezhi da c’hoari. /!\ Na cheñchit netra, na cheñchit ket urzh ar modoù. Goude-se e c’helloc’h pouezañ war “launch modded/lancer moddé” ha profitiñ.
/!\ ar stumm 1.0 eo, sinifi a ra ez eo echu met bez e c’hell bezañ fazioù pe traoù ha c’hoariont ket. Ma welit un dra bennak e-giz-se: lârit din hag hizivaet e vo ar mod. Kasit ur mesaj din dre reddit pe dre discord, da justlutra.
M’ho peus ur gudenn evit staliañ ar mod e c’hallit ivez dont da glask sikour war hon Discord.
Balatro
Ur c’hoari kartoù e mod roguelike eo Balatro. Berzh bras en doa graet pa oa deuet er gouloù gant m’eo diaes chom hep adlañsañ ur bartienn ken plijus eo ar c’hoari. Dav eo sevel an dorn poker a zegaso ar muiañ a boentoù evit tizhout ur pal a gresk bepred. Perzh dedennusañ ar c’hoari eo e c’haller truchañ ! Meur a zoare a zo da cheñch e bakad kartoù betek kaout meur a gartenn eus an hevelep talvoud ha liv zoken. Ha gant an joker e c’haller kaout poentoù hervez ar pezh a vez c’hoariet.
Gant Johanna Deniau eo bet troet ar c’hoari e stumm ur mod. Gallout a rit pellgargañ an droidigezh aze :
https://www.nexusmods.com/balatro/mods/862?tab=description
Displeget eo war ar bajenn penaos staliañ.
M’ho peus ur gudenn evit staliañ ar mod e c’hallit dont da glask sikour war hon Discord.
